Ar briedelez a zo an union legitim ha padus, evit ar vuez, laqueet gant Doue etre ar goas hac ar plac’h evit popli ar bed hac en em sicour, hac a zo hirio ur sacramant pehini a ro d’an dud a zemez ar c’hraç da veva assamblez santelamant, ha da rei d’o bugale un descadurez hervez Doue.
Ar guer priedelez, ê latin, nuptiæ, matrimonium, consortium, conjugium, a ro da entent deveriou ar priejou pere ne dleont antren er stad-ma nemet dre volontez an Autrou Doue, goude beza evel en em guzet (nuba), evit caout bugale (matrimonium), evit beza ato assamblez (consortium), hac evit en em sicour an eil eguile (conjugium, commune jugum ducere).
1° Ar briedelez so un union legitim, da c’houzout eo, un union contractet hervez custumou ha lezennou ar vro e pehini e vever ; rac al lezennou just a zo ur squeud eus a lezennou eternel an Autrou Doue, pehini-so mæstr absolu da guement-so, un union contractet a-enep custum ha lezennou ar vro, ne dê netra-all-ebet nemet ul libertinach veritabl.
2° Laqueet gant Doue : ar briedelez a voue instituet gant Doue e commançamant ar bed. O veza furmet corf Adam eus a un tamic douar, e crouas ive e ene, da lavaret eo, he greas eus a netra, evel ma crouas ive ene Eva, hor mam guenta, pehini a dennas eus a unan a gostou Adam epad ma oa cousquet. Adam o velet ar pried roet dezan gant Doue a lavaras : cetu amâ an ascorn eus va esquern, hac ar c’hiq eus va c’hiq ; rac-se an den a zilezo quentoc’h e dad hac e vam eguet e bried gant pehini ne raï nemet unan : hoc nunc est os de ossibus meis, et caro de carne mea ; propter hoc relinquet patrem et matrem ; et adhærebit uxori suæ et erunt duo in carne una [1]. Doue o veza o c’hrouet en e henvelidiguez, a roas dezo e venediction hac e lavaras : cresquit e nombr, ha carguit ar bed : ad imaginem Dei creavit eos, benedixitque eis et ait : crescite, et multiplicamini, et replete terram [2] ; cetu penos e voue instituet ar briedelez.
3° Padus evit ar vuez : an union contractet gant daou bried pere o deus bevet assamblez, na ell beza torret, nemet dre varo unan anezo. Lavaret a ran, pere o deus bevet assamblez, rac goude’n eured, aroc beza bevet assamblez, e c’hallont en em zispartia, memes hep consantamant an eil eguile, evit antren en un urs religius aprouet gant an Ilis ; mar chom unan er bed, e c’hell dimizi a nevez, goude profession an ini-so antreet e religion ; mæs ur vech ma o deus bevet assamblez, ne deus moyen-ebet a zisparti. Ur payen convertisset d’ar feiz a dle chom gant e bried, mar permet ganthan an ini a chom en idolatriach, hac an dimizi-ma ne vez quet benniguet a nevez gant ar belec, pa vezont en em gonvertisset o daou, pe unan anezo hepquen ; rac, eme ar pap Innoçant III, ar vadiziant, pell da derri an dimizi, ne ra nemet e santifia [3] ; hac an abostol a lavar ive penos ar bried infidel a zo santifiet dre’r pried fidel : per baptismum, non solvuntur conjugia, sed dimittuntur crimina [4]… Si quis habet uxorem infidelem, et hæc consensit habitare cum illo, non dimittat illam… Sanctificata est mulier infidelis per virum fidelem [5]. Mæs ma na fell guet d’ar pried payen chom gant an ini convertisset, hêma a ell consanti d’an disparti a gorf hac a vadou, mæs na dle quet dimizi a nevez ; Doue evit guir a bermetas, epad ur pennadic amzer, d’ar Yuzevien, en em zispartia eus o friejou, mæs n’er greas, eme ar Scritur, nemet abalamour da galonou caledet ar bobl-ma, hac evit miret na gueje en un drouc brassoc’h : propter duritiam cordis datum est libellum repudii [6]. An den, eme hor Zalver, na dle quet dispartia ar pez-so unisset gant Doue : quod Deus conjunxit, homo non separet [7] ; cousgoude, an aoultriach hac ar goal vuez a zo diou ræson valabl dirac Doue ha dirac tribunalou ar bed, evit goulen disparti a gorf hac a dy ; mæs ret eo caout an assuranç ha memes ar breuven aroc galloud obteni netra digant an dud a justiç. Ar gristenien a dremen evit beza pardonet an eil d’eguile, pa o deus bevet assamblez, goude ma eo bet cometet ar pec’het ; hac ar belec na ell neuse, nemet o alia da veva e peoc’h hac e doujanç Doue ; d’en em suporti, d’en em zicour ha da bedi an eil evit eguile.
4° Etre ar goas hac ar plac’h, etc. : ar c’homzou-ma a ro da entent penos ne falle quet da Zoue e devize bet ar plac’h meur a voas assamblez, nac ar goas meur a c’hreg : un drâ control d’an natur eo da ur c’hreg caout meur a voas, rac an experianç a zisquez penos ar groaguez-fall n’o deus quet a vugale : seblantout a ra memes e ve a-enep an natur da ur goas caout meur a c’hreg, abalamour quemen-ma ve control da beoc’h un ty ha da instruction-vâd ar vugale : cousgoude, Doue er bermetas, goude an diluch, da Abraham, da Jacob ha da gals a batriarchet-all, evit gallout popli quentoc’h ar bed ; mæs lezen Moyses, pehini a bermete quemen-ma d’ar Yuzevien, a heanas, var ar poent-ma, querquent a ma teuas ar bed da veza poplet avoalc’h : an den, eme ar Scritur, a zilezo quentoc’h e dad hac e vam eguet e bried (ha non pas e briejou): adhærebit uxori suæ [8] et non uxoribus [9]. Evel-se, hervez an urs admirabl eus a brovidanç Doue, e caver bian an diffaranç-so etre an niver eus ar voazet hac eus ar merc’hed. Jesus-Christ en deus parlantet deomp en ur fæçon ar sclerra eus a bers e Dad eternel, hac a lavar penos eo criminal-bras an ini a gaç-quit e bried hac a guemer un-all, mæs brassoc’h criminal eo c’hoas an ini a zalc’h e bried hac a guemer un all en he frezanç : omnis qui dimittit uxorem suam et aliam ducit mœchatur [10]. Sant Paul a zesq deomp ar memes guirionez, hac ar c’honcil a Drant a deu da excumunugui an ini a lavar penos eo permetet d’ar gristenien caout assamblez meur a bried [11]. Permetet eo caout meur a c’hreg, an eil goude maro eben, pe meur a voas an eil goude maro eguile, ha dimisi en un oad avancet evit galloud caout souten : mortuo viro, liberata est a lege viri, cui vult nubat, tantùm in Domino [12]… faciamus ei adjutorium simile sibi [13] Caout bugale ha caout souten, cetu evit petra eo bet instituet ar briedelez.
5° Ar briedelez so ur sacramant, da lavaret eo, ur sîn sansibl ; evel-se consantamant ar priejou pehini a roont a vouez huel, e præsanç testou, ba benediction ar belec a zo sinou sansibl pere-so ar merq eus a union hor Zalver Jesus gant e Ilis, hac aro da entent penos ar goas a dle caret e bried evel m’en deus caret Jesus-Christ e Ilis, en amzer memes ma scuille e voad evit-y : ar priejou a dle en em garet an eil eguile, evel ma en em gar e-unan pep-ini anezo.
6° Ar sacramant-ma a ro d’ar priejou ar c’hraç da veva santelamant assamblez ha da elevi santelamant o bugale. Jesus-Christ eo en deus staguet ous ar zîn sansibl-ma ar vertus da brodui ar c’hraç dreizan e-unan, evel ar sacramanchou-all : hor Zalver a reas quemen-ma o sevel consantamant an daou bried d’an dignite a sacramant : evel-se ar briedelez instituet ba benniguet gant Doue er barados terrestr, a zo deut da veza ur sacramant ha da brodui ar c’hraç dre vilitou Jesus-Christ pehini a roas dezan ar vertus-ma en eured Cana e Galilee, hervez doctrin ar c’honcil a Ephes [14] hac un niver bras eus a Dadou santel an Ilis… Sacramant ar briedelez, o veza unan eus a sacramanchou ar re veo, a dle beza recevet e stad a c’hraç ; necesser eo eta d’an dud a zemez consulti-mâd an Autroù Doue, dre bedennou fervant ober o fossubl evit en em anaout o-unan hac evit en em rei da anaout d’o c’hoëssour. Un dimizi mâd ba santel a zo imach ar barados ; ar peoc’h, an union hac ar garantez a rên etouez at priejou-ma, a repræsant ar peoc’h, an union hac ar garantez eternel a rên etouez ar zænt e rouantelez Doue ; mæs un dimizi-fall a zo ive imach an ifern : an drouc, an drubull, ar gassoni a rên etouez an dud miserabl-ma, a repræsant ar rach, disesper ha blasphemou tud an ifern. Ar guir vonor a zo fontet var doujanç ha carantez Doue ; an dud a zemez a dle eta ober o fossubl evit lacat Doue a un-tû gantho, ha credi parfet penos en devezo sourci anezo. Eürus ar priejou etouez pere Doue a ra e zemeuranç ! beva a reont e peoc’h, suporti a ra an eil defautou eguile, rei a reont an exempl-vâd d’an nessa, meuli a reont Doue assamblez var an douar hac er meuli a raint assamblez en êe !!!