Var ar choas eus a eur stad a vuez

L. Prud’homme, 1846  (p. 426-429)



VAR AR CHOAS EUS A UR STAD A VUEZ.


Beza ez eus meur a stad a vuez da bere e c’heller beza galvet gant Doue ; darn a zo galvet da veza tud a Ilis pe da antren er gouent ; darn-all da chom er bed hep dimizi, hac an darn-vuia a zo galvet d’ar stad a briedelez.

Mar hoc’h eus ar bonor da antren er stâd da behini oc’h galvet e vezo meurbed æz deoc’h en em zavetei er stad-se, mæs ive ho silvidiguez a vezo diæz-bras, mar quemerit ur stad a vuez pehini na zere quet ouzoc’h. Unan a ra mâd e silvidiguez en arme hac a vize en em gollet, ma vize bet den a Ilis ; un all en em goll en ur gouent hac a vize bet en em zaveteet, ma vize chomet er bed ; un all, erfin, en em zaoun er briedelez, hac a vize bet ur zant ma na vize quet bet demezet. Mâd-bras eo deoc’h eta, tud yaouanq, anaout ar stad da behini oc’h galvet.

Evit-se, goulennit digant Doue e sclerigen, hac evit ma vezo selaouet ho peden renoncit da blijaduresou difennet ar bed, d’ho coal inclinationou, ha da guement a ell displijout da Zoue. Cunduit ur vuez santel ; en em acquetit-mâd eus ho teveriou : tostait alies ous ho sacramanchou : grit alies ur binigen pe un œuvr-vâd-bennac evit militout digant Doue ar c’hraç da anaout e volontez : livirit a amzer da amzer evel ar profet David : disguezit d’în, ô va Doue, an hent a dlean da guemeret ! [1] pe evel Samuel : comzit, va Doue, rac ho servicher ho selaou ! [2] pe evel sant Paul : va Doue, petra fell deoc’h a raen-me ? [3] Considerit neuse c’hoas an dangerou, an deveriou hac ar c’hargou eus ar stad a fell deoc’h da guemeret ; goulennit cuzul digant ho quærent ha digant tud gouiziec, ha dreist-oll digant ho coëssour da behini e tleit en em rei mâd da anaout.

Mar credit ez oc’h galvet da veza tud a Ilis pe da antren en ur gouent, carit dreist pep-tra ar beden, ar studi hac ar retret ; bezit sobr, chast hac adversourien-vras da vaximou ar bed ; tostait alies ous ho sacramanchou ha roit abret da anaout an dezir-bras hoc’h eus d’en em zavetei ha da gontribui da silvidiguez ar re-all.

Mar zantit ez oc’h galvet da chom er bed hep dimizi, considerit peguer-bras eo ho bonor ; rac, eme an abostol sant Paul, an ini a zemes a ra mâd, mæs an ini na zemes quet a ra guelloc’h [4]. An ini ne de quet demezet n’en deus sourci nemet eus ar pez a sell ouz Doue, d’en em gonservi pur a gorf hac a speret, ha ne sonch nemet plijout da Zoue ; mæs an ini a zo demezet a zo occupet eus a draou ar bed ; eus ar sourci da blijout d’e bried, hac evelse e galon a zo partaget [5]. Cousgoude, ne guemerit ar stad-ma nemet dre vertus, evit caout muioc’h a amzer da servicha Doue ha gallout guelloc’h en ober.

Mar clevit ar vouez a Zoue oc’h ho quervel d’ar stad a briedelez, considerit penos er stad-se ez eus bet hac ez eus c’hoas cals-bras a zænt : ar stad-se eo a ro d’an Ilis he ministret, d’ar vro e zifennourien ha d’ar barados e habitantet ; mâd ha santel eo, eme an abostol [6], mæs diouallit pe seurt carantez ho toug da glasq ar personach a blich deoc’h ; rac beza ez eus ur garantez fall fontet var al lubricite, ha na bad quet pell. An drouc speret a laca alies ar seurt carantez e calonou an dud yaouanq hac he zên digantho pa vezont demezet : an drâ-se so pen caus ma ez eus quement a zimiziou maleurus ha quement a gassoni, a drouç hac a zizurs etouez an dud.

Ar garantez hac an istim hoc’h eus evit ar personach a zezirit evit pried, a dle beza fontet cals-muioc’h var ar vertus, egued var ar guened hac ar madou pere ne rentont guet an den eürus, mæs pere a zo traou væan na fragil-meurbed. An ini a choasit evit pried a dle beza ispicial humbl, sobr, modest, acquetus da labourat, da dostaat ous e zacramanchou ha da bellaat eus an assambleou difennet, hac eus a gompagnunez an teodou fall hac an dud a voal exempl.

Un den honest, ur c’hristen-mâd a zo bepret leal ha guirion ; evel-se na dleit quet darempredi meur a bersonach assamblez evit ar briedelez, na permeti beza darempredet hoc’h-unan : un den a promet da veur a hini, pe a lez un all en ur fals-creden, a zo un trompler pehini a ra alies gaou eus e nessa, en e ene, en e enor hac en e vadou ; ur seurt cundu a zo horrubl dirac Doue ha dirac an dud. Un drâ fall eo c’hoas en em darempredi re-bell amzer : dre eno en em exposer da rei roll d’ar goal-deodou hac alies goal exempl da ur barres pen-da-ben : sulvui en em darempreder, sulvui ec’h anavez an eil defautou eguile ha sulvui en em dic’houter : bezit sur penos mar deo an den-se an hini en deus choaset Doue deoc’h, ho pezo ho taou ar memes santimanchou an eil evit eguile. Mæs ar brassa eus an oll dizurzou eo en em zisposi d’ar briedelez dre ar c’hrim. Oh, va Doue ! penos e root-hu ho penediction d’ar seurt dimiziou-se ? Tud yaouanq, ho pezit sonch eus an avis-ma : ho tever eo difiziout ac’hanoc’h boc’h-unan, beilla ha pedi !

  1. [Ps. XXIV, 4: Vias tuas, Domine, demonstra mihi, et semitas tuas edoce me.]
  2. [I. Reg. III, 10: : Loquere, Domine, quia audit servus tuus.]
  3. [Act. IX, 6 : Domine, quid me vis facere ?]
  4. [I. Cor. VII, 8-9 : Dico autem non nuptis, et viduis : bonum est illis si sic permaneant, sicut et ego. Quod si non se continent, nubant.]
  5. [I. Cor. VII, 32-33 : Qui sine uxore est, sollicitus est quæ Domini sunt, quomodo placeat Deo. Qui autem cum uxore est, sollicitus est quæ sunt mundi, quomodo placeat uxori, et divisus est.]
  6. […]