Var ar mysteriou principala eus ar feiz ha var ar Scritur sacr

L. Prud’homme, 1846  (p. 10-14)


var ar mysteriou principala eus hon religion,
ha var ar scritur sacr e general

Ur myster a zo ur virionez, discleriet gant Doue, pehini na ellomp quet da gompren. 1° Ur virionez : Doue a zo e-unan ar virionez dre na-tur : na ell nac en em drompla, na beza tromplet, nac hon trompla hon-unan ; quement a recevomp eus e berz a zo eta guirion. 2° Discleriet gant Doue : an Autrou Doue o velet penos an den a oa coëzet, dre ar pec’het, en un devaligen hac en un dallentez ar vrassa, en deus, dre e vadelez evit hor sicour, discleriet deomp certen guirionezou pere a dleomp da anaout ha da gredi evit beza salvet. 3° Etouez ar guirionezou discleriet deomp gant Doue, ez-eus cals a ne allomp quet da gompren : ha quemen-ma evit exerci hor feiz, ha rei deomp leac’h da vilitout dirac Doue. Ne gomprenomp quet ar mysteriou a gavomp en urs eus ar silvidiguez, mæs ne gomprenomp quet ive ar mysteriou a velomp en urs eus an natur : ne gomprenomp quet penos e tivoan an ed ; eus a be zourcen e teu an avel ; penos ar glao en em scuill var an douar en ur fæçon quen admirabl : ne gomprenomp quet penos eo bet dispartiet ar mor diouz an douar, penos e sao, e tisquen, hac e chom ato cousgoude er plaç a zo bet merquet dezan gant an dorn a Zoue : ne gomprenomp quet penos eo bet unisset hor c’horf hac hon ene pere a zo diou zubstanç quen diffarant ; penos ar gomz en em gav var hon teod ; penos e c’hallomp guelet quement a draou gant mab-hon-lagad pehini a zo quer bian, ha penos ar boued a zebromp a zo cenchet ennomp e quic hac e goad. Mysteriou ar feiz, evel an traou-ma oll a zo incomprenabl, da lavaret eo huelloc’h eguet ræson an den, mæs n’ez-int quet control d’ar ræson : rac ne lavaromp quet penos tri Doue ne reont nemet unan, mæs penos ez eus tri ferson en un Doue : ne leveromp quet quen-nebeud penos an eil ferson, Doue ar Mab, a zo bet, evel Doue, ganet ha crucifiet, mæs penos o veza Doue a bep eternite, en deus, evit hor zavetei quemeret ur c’horf hac un ene eveldomp ê corf ar Verc’hes Vari ; hac ez-eo bet, evel den, ganet ha crucifiet, hac evel Doue en deus staguet ur prix infinit ous e souffrançou. Ar ræson ne gompren quet ar guirionezou-ma pere, evel oll berfectionou Doue, a zo henvel ous a ur mor-bras a behini na eller quet tizout ar goëled, mæs en em zervichout a allomp anezi evit anaout hac int a zo bet discleriet deomp gant Doue ha proposet deomp gantan da gredi: m’ar en deus parlantet Doue, e tleomp credi couls ar pez ne gomprenomp quet, evel ar pez a gomprenomp : ur c’hrouadur a gred ar pez a vez espliquet dezan : hoguen, Doue, eme an abostol, en deus parlantet deomp guechal dre c’hinou ar brofetet, ha brema, da ziveza, dre c’hinou e Vab unic, hor Zalver Jesus-Christ : comzou Doue eo a lennomp en Testamant ancien hac en ini nevez. An Testamant ancien, scrifet aroc Jesus-Christ, a zo ar merq eus an allianç a reas Doue gant Abraham ; hac an Testamant nevez, scrifet goude Jesus-Christ, a zo ar merq eus an allianç en deus graet gueneomp oll dre ar vadiziant. Den ræsonabl-ebet na ell caout an disterra douetanç var ar pez a zo merquet el levriou divin-ma. Moyses pehini en deus scrifet ar pemp levr quenta eus an Testamant ancien, a veve en amzer ar batriarchet : Amram, e dad, en devoa guelet Levi, ha bevet pell-amzer assamblez gantan : Levi en devoa bevet tri bloas ha tregont gant Isaac pehini a oa bet epad anter-cant vloaz e compagnunez Sem ; Sem a oa bet trivec’h vloas ha pevar-uguent assamblez gant Mathusalem, ha Mathusalem en devoa bevet pell-amzer gant hon tad quenta Adam. Evel-se, Moyses ne ra, en ur fæçon bennac, nemet raporti histor e famil. An traou raportet gantan a zo important bras : beza ez-int ezennou, custumou, cerimoniou ar bobl a Israel : mar en divize raportet un dra bennac faus, ar re-all o divize ên discuillet hep dale ; mæs er c’hontrol beza o devoa evito ur respet ar brassa : o c’honservi a rent en templ ; o len a rent ê public hac ê particulier ; al lizerennou anezo memes o devoa contet. Josue, Salomon, Esdras, hac ar re-all pere o deus scrifet al levriou sacr o deus-oll prouet dre viraclou ha prophetiou ar re gaëra penos e oant inspiret gant Doue ha digacet eus e berz. Oll vibien ena an Ægyptianet scoët a varo en un nosvez [1], ar mor ruz digor evit rei hent d’an Israelitet, ha serret evit beuzi an Ægyptianet [2] ; ar bobl a Israel maguet en desert epad daou-uguent vloaz [3] ; arme Sennacherib distruget en un nosvez dirac mogueriou ar guær a Jerusalem [4] ; an heaul arretet da c’hortos an Israelitet da beur-achui ar victor var o adversourien [5], cetu a ze unan-bennac eus ar miraclou-bras a lennomp er Scritur hac a zisquez deomp penos ar re o deus scrifet al levriou sacr a oa veritablamant inspiret gant Doue... Ar brophetiou a zo ur breuven-all eus ar memes tra. Ne raportin nemet unan-bennac eus ar re a barlant eus a c’hinivelez ar Messi, eus e vuez, e varo hac e resurrection. Ar profet Isaï pehini a veve var-dro seiz cant vloas aroc ma oa ganet Jesus-Christ, a lavar : Ur verc’hes a goncevo hac a lacaï er bed ur mab, pehini a vezo hanvet Emmanuel, da lavaret eo, mab an Oll-Galloudec [6]. Ar roue David a lavar e vezo publiet e lezen adalec an eil mor d’eguile [7]. Ar profet Isaï a vêl corf ar Messi goloet a c’houliou adalec e ben betec e dreid [8]... Piou a zisqueze d’ar brofetet an amzer da zont, nemet an ini a zo mæstr an oll amzer evel an oll draou-all ? Evel-se ar re o deus scrifet al levriou sacr a so bet consideret e pep amzer, evel ministret hac ambaçzadourien an Autrou Doue pehini a barlante dre o guinou... Ar memes preuven a zervich ê faver an Testamant nevez, pehini a zo bet scrifet gant disquibien hor Zalver, pere a raport ar pez o deus guëlet ha clevet, hac a scuill o goad ê testeni d’o c’homzou ha d’o c’hreden. Levriou an Testamant nevez, evel levriou an Testamant ancien, a zo eta guirion : Doue eta en deus parlantet ; quemen-se a zo avoalc’h. Descomp, credomp, caromp, adoromp, heuillomp, a greiz hor c’halon, quement en deus lavaret, pe nî er c’hompren, pe nî n’er comprenomp quet : o veza ar virionez, na ell nac hon trompla nac en em drompla e-unan.

  1. [Gw. Ex. XI, 4-5.]
  2. [Gw. Ex. XIV, 21-31.]
  3. [Gw. Deut. I, 3.]
  4. [Gw. Para. XXXII, 22.]
  5. [Gw. Jos. X, 12.]
  6. [Is. VII, 14 : ecce virgo concipiet, et pariet filium, et vocabitur nomen ejus Emmanuel.]
  7. [Ps. LXXI, 8 : et dominabitur a mari usque ad mare.]
  8. [Gw. Is. LIII, 4-5.]