Var ar zymbolen e general

L. Prud’homme, 1846  (p. 27-32)


var ar gredo, pe ar symbolen e general.

Ar guær symbolen a sinifi merq pe sin : evel-se Symbolen an ebestel a zo ar merq, ar sin, ar reglen eus hor feiz hac eus hor c’hreden ; eus ar feiz bac eus ar greden a bere e reomp hon-unan profession var o lerc’h. Symbolen an ebestel, eme sant Ambroas, a zo banyel soudardet Jesus-Christ, ar zin a zervich da zifaranti anezo eus a zezertourien ar feiz ; ar c’hachet a dleomp da zouguen var hor c’halon hac a ro da anaout da biou ez-omp, rac avoalc’h eo da un den discleria ar pez a gred evit rei da anaout pe seurt religion a heuill… An Ilis en em zervich eus a beder zymbolen : ar guenta eo symbolen an ebestel, e pehini e caver e ber-gomzou ar mysteriou hac ar guirionezou principala ha necessera d’an dud da anaout ha da gredi, evit beza salvet. An ebestel a gomposas ar zymbolen-ma aroc en em zispartia evit mont da breseg an Aviel dre bevar c’horn ar bed : o intantion, oc’h e ober, a voa evit n’o devize bet entrezo nemet ar memes fæçon da annonç ha da zesqui d’ar re-all ar poencbou principala eus hon religion… An eil symbolen eo symbolen ar c’honcil a Nicee. An deirvet eo an ini a vez canet en oferen-bred hac a zo bet composet en ur c’honcil er guær a Gonstantinobl. Ar c’honcil-ma a aprouas pen-da-ben symbolen ar c’honcil general a Nicee, pehini a zisclerie e oa Jesus-Christ Doue evel e Dad hac eus ar memes substanç gantan : consubsiantialem Patri, a-enep an hæretic Arius pehini a brætante penos Jesus-Christ en devoa bet ur commançamant, memes evel Doue. Er c’honcil a Gonstantinobl e oue ive condaonet an hæretic Macedonius pehini a brezegue penos ar Speret Santel ne oa quet Doue evel an Tad hac ar Mab, ha cousgoude e tisquen, eme ar c’honcil, eus an eil hac eguile : qui ex Patre Filioque procedit… Ar bedervet symbolen, hervez cals, eo ar symbolen composet gant sant Athanas a-enep an hæretiquet eus e amzer… An teir symbolen diveza-ma n’ez int quet diffarant eus a zymbolen an ebestel, ajouti a reont hepquen ar pez a grede an Ilis necesser evit discar an hæresiou pere a rê quement a ravach en touez ar gristenien.

II. Symbolen an ebestel eo an ini a leveromp bemdez en hor pedennou, hac ê pehini e caver ar mysteriou hac ar guirionezou principala eus ar feiz. Lavaret a reomp en articl quenta : Me a gred en Doue, hon tad ; en eil, me a gred en Jesus-Christ, e vab unic ; en eizvet, me a gred er Speret Santel ; cetu aze myster an Drindet. En drede articl e leveromp a zo bet concevet dre c’hraç ar Speret Santel, ganet gant ar Verc’hes glorius Vari ; hennez eo myster an Incarnation. Myster ar Redemption a gavomp er pevare articl pa leveromp : en deus anduret dindân Ponç-Pilat, a zo bet crucifiet, maro hac enterret… En articlou-all e reomp profession da gredi penos Jesus-Christ goude e varo, a zisquennas d’an ifemou, da lavaret eo, d’al limbou evit dilivra eneou an dud just ; penos e ressuscitas an trede deiz ; e pignas en êe, e pe lech, e ma azezet en tu-deo d’e Dad eternel, hac a beleac’h e tisquenno da fin ar bed evit barn ar re veo hac ar re varo ; ober a reomp profession da gredi penos ne deus nemet ur guir Ilis, catholic, apostolic ha romen, e pehini e cavomp communion ar zænt, da lavaret eo, ê pehini an oll madou spirituel a zo commun etre an oll dud fidel ; remission ar pechejou ; da c’houzout eo penos er guir Ilis e recevomp ar pardon eus hor pec’hejou dre voyen ar sacramanchou instituet gant hor Zalver Jesus-Christ evit hor zantifia : resurrection ar c’horfou hac ar vuez eternel ; dre ar c’homzou-ma e reomp profession da gredi penos hor c’horfou a ressuscito-oll da fin ar bed, a vezo unisset a nevez gant hon eneou, hac a vezo ganto, hac evelto, eternelamant eürus er barados, pe eternelamant malurus en ifern, hervez hon œuvrou-mâd pe fall.

III. Obliget omp-oll da anaout ar guirionezou-ma var bere eo fontet ar feiz hac an esperanç gristen, ha cousgoude ez-eus cals, siouas ! pere ne guemeront quet ar boan d’o desqui. O Doue, pebes dallentez ! querzet a raffent-pell, gant hast ha gant joa da zesqui ar voyen da veza pinvidic hac eürus var an douar ; mæs petra eo madou hac eürusded an douar comparacnet gant madou hac eürusded an êe ! Ur c’hrouadur en deus joa o c’hanaout e dud, o songeal en o c’haliteou mâd, er pez a reont evit an : ô va Doue, c’hui eo an ini hoc’h eus va c’hrouet dre hoc’h oll-calloud, ha va frenet gant ar prix eus ho coad en ho madelez ; diganeoc’h eo e recevan pep tra ha c’hui eo an ini a dle va renta æternelamant eürus ; ha possubl eo eta, e chomfen-me hep en em occupi ac’hanoc’h, hep ho c’hanaout, ho caret hac ho meuli ! An dud ne fell quet dezo en em instrui a zisquez avoalc’h e vancout a feiz pe a furnez : allas, ma n’o deus quet a feiz, jamæs ne antreint ê rouantelez an êe ; hep ar feiz ne aller quet plijout da Zoue ; barnet int dre avanç : qui non credit, jam judicatus est ; ha ma n’o deus quet ar furnez christen pehini a zo un donæson a Zoue, o zilvidiguez a zo exposet-bras : henvel int ous ar guerc’hezed foll pere, o veza dre o faut, lezet ar goulou da vervel en o lampr ne aljont quet antren en sall ar banquet.

IV. Ar Gredo a zo ur beden ar gaëra ma carremp he c’hompren-mâd, hac he lavaret gant attantion ha gant feiz… Lavaret a reomp : me a gred en Doue hon tad oll-galloudec, evel pa lavarfemp : m’ar deu ar c’hiq, ar bed, an drouc-speret d’am poursu, d’am zenti, ha d’en em zevel em enep, me a c’houlenno gant fizianç sicour digant va Zad cœlestiel, pehini en deus galloud avoalc’h evit va difen, o veza ma’z-eo an oll-galloudec, crouer an êe hac an douar : m’ar deu an niver, ar grevusded hac ar bouez eus va fec’hejou d’am zroubli, m’em bezo recours da Jesus, mab unic an Tad eternel, va mæstr ha va Autrou souveren, o veza ma’z eo va c’hrouer ha va redemptor ; hac evel ma teu ur c’hrouadur yaouanq, da redec, en e spount, entre divrec’h e dad pe e vam, me en em recommando ive d’ar Verc’hes sacr, mam da Zoue, va mam, ha mam d’an oll gristenien, evit ma præsanto ac’hanon da Jesus, ha ma lacaï ac’hanon entre e zivrec’h astennet var ar groas ha digor dre garantez evidon ; hac eno, evel en ul leac’h a surentez, ne heanin d’e veuli, non pas hepquen, da veza bet concevet, ganet ha crucifiet evidon ; mæs ive abalamour maz-eo ressuscitet evit ma ressuscitin un deiz va-unan ; abalamour ma’z-eo pignet en êe evit merca eno va flaç ha lacat va hano ; abalamour ma’z-eo azezet en tu-deo d’e Dad eternel evit beza va alvocad ha pledi evidon aroc disquen da varn ar bed oll ; abalamour m’en deus roet d’in ar c hraç da veza unan eus a vemprou ar guir Ilis ê pehini e c’hallan caout ar pardon eus va fec’hejou, pers en œuvrou-mâd an dud just, ha gounit ar vuez eternel.