Var gourc’hemennou an Ilis

L. Prud’homme, 1846  (p. 249-252)




GOURC’HEMENNOU AN ILIS.


Qui vos audit, me audit [1].
An ini ho selaou, am selaou.

Doue en ur rei deomp an Ilis evit mam, en deus roet dezi ar galloud da ober deomp gourc’hemennou. Un articl a feiz eo penos deiz hor badiziant e teflomp da veza hugale da Zoue ha d’an Ilis. Adalec ar moment eürus-se, ar vam zantel-ma hor c’honsider evel he bugale hac a guemer ac’hanomp ur zourci ar brassa. Epad hor bugaleach e ro deomp al læz eus he doctrin, da lavaret eo, an anoudeguez hac ar principou quenta eus ar feiz : dre ma c’havançomp en oad, e ro deomp instructionou crêoc’h, ha pa vèl e c’hanavezop-mâd he doctrin zantel, e vag ac’hanomp eus a vara an ælez dre’r gommunion. Mar hon deus ar goal-eur, epad hor buez, da gometi ur pec’het-bennac, ha dre eno da zisplijout da Zoue, e tisquez deomp ar voyen d’en em reconcilla ganthan, ha da effaci an offanç hon deus græt dezan. Goude beza hor c’hunduet, evel divar bouez hon dorn epad hor buez, ha benniguet, goude hor maro, an douar e pehini e tisquen hor c’horf, e continu da bedi evidomp betec ar moment ma c’hantreomp e joa ar barados. An Ilis eta a zo hor mam, hac an Tadou zantel a lavar penos n’en devezo quet Doue evit tad, an ini n’en deus quet an Ilis evit mam : o veza hor mam, e deus galloud da gommandi deomp hac hon dever eo senti outhy… Hor Zalver Jesus a lavare guechal d’e ebestel : pep galloud a zo roet d’în en êe ha var an douar : me ho caç evel ma ez-oun va-unan digacet gant va Zad ; iit, instruit an oll nationou… An ini ho selaouo, am zelaouo, hac an ini ho tispriso, am dispriso [2]. An ebestel hac o successoret a recevas eta digant hor Zalver ar memes galloud en devoa recevet e-unan ; hoguen galloud hor Zalver en êe ha var an douar a oa absolu ha souveren ; rac-se ar guir Ilis he deus recevet diganthan ar galloud da ober deomp gourc’hemennou, ha nî a so obliget d’o miret, dindan boan da bec’hi marvelamant, da guëza en hæresi ha d’en em goll. Ar Sinagog pehini a oa ilis ar Yuzevien hac ar squeud hepquen eus ar guir Ilis, e devoa ar galloud da ober certen gourc’hemennou d’ar bobl-ma ; hac hor Zalver e-unan a ordrene senti ous ar pharisianet, abalamour, emezan, ma oant azezet e cador Moyses [3] ; hoguen ar guir Ilis a dle caout, hac e deus en effet, brassoc’h guir eguet an ilis-se eus al lezen ancien pehini ne oa nemet ur squeud hepquen : an ebestel a gomprene-mâd ar virionez-ma, pa zifennent, en hano Doue, dioc’h an dud fidel dibri eus ar c’hiq a vize bet immolet hac offret d’an idolou : visum est Spiritui Sancto et nobis ut abstineatis a suffocatis carnibus [4]. An Ilis a ordren pe a zifen, hirio evel neuse, pep-tra en hano Doue, o veza ma’z-eo bet, ma’z-eo ha ma vezo ato cunduet gant ar Speret Santel pehini, evit miret ne alfe en em drompla, en deus prometet chom gathi betec fin ar bed... Ur roue hac e vinistret o deus galloud da ober deomp ordrenançou ha gourc’hemennou ; piou a ell, gant ræson, refusi d’an Ilis ar memes galloud ? Mæs, eme c’hui, perac en deus an Ilis roet deomp gourc’hemennou, pa ze guir hon devoa diaguent gourc’hemennou Doue ? An Ilis, evel ur vam-vâd, e deus roet deomp he gourc’hemennou evit hor sicour ha desqui deomp ar fæçon da viret-mâd gourc’hemennou Doue. Dre exempl, obliget omp da adori Doue ; rac-se an Ilis e deus consacret goueliou ha ceremoniou evit enori ar mysteriou principala eus hon religion, hac evit enori ar zænt, o veza ma zint mignonet da Zoue... Doue a ordren deomp santifia an deiz consacret d’e zervich : rac-se an Ilis e deus choazet ar zul ha roet deomp da anaout ar fæçon d’e zantifia oc’h azista en ofiçou divin... Jesus-Christ en deus instituet sacramanchou evit hor zicour d’en em zavetei : rac-se an Ilis a verq deomp gant cals a zourci, an amzer e pehini e tleomp o receo... Doue a ordren deomp espia hor pec’hejou dre’r binigen : rac-se an Ilis a ordren deomp yun hac ober abstinanç a guiq e certen deiziou hac e certen amzeriou eus ar bloas. Evel-se an Ilis a zisquez deomp e pe fæçon e tleomp miret gourc’hemennou Doue. Quer-bras pec’het eo terri an eil evel eguile eus an oll gourc’hemennou-ma, dre bere Doue a ro deomp da anout e volontez, dreizan e-unan, pe dre e Ilis ; mæs na eller quet cench gourc’hemennou Doue ha dispansi anezo, eleac’h ma c’hell an Ilis dispansi eus ar gourc’hemennou e deus græt, ha memes o cench, mar er c’hav a propos evit gloar Doue.

————

  1. [Luc. X, 16.]
  2. [Matth. XXVIII, 18-19.]
  3. [Matth. XXIII, 2-3.]
  4. [Act. XV, 28-29.]