N° 33. — An Ave maris Stella.
War an ton neve latin N° 33.
- Zalud d’ac’h hag enor,
Gwir stereden ar mor,
Mam Jezus hon Otrou,
C’houi zo dor an Envou,
Mam Jezus hon Otrou,
C’houi zo dor an Envou.
- Gant an èl zaludet
Hag a c’hrasou karget,
Hoc’h hano, Maria,
Zo dreist hini Eva.
- Toret liam ar pec’her,
Reit d’ar re dal sklerder ;
’Vidomp ol goulenet
Pardon hag eürustet.
- Bezet d’imp eur Vam vad ;
Gret ma vo hon menad
En Envou kemeret
Gant ho mab beniget.
- Gwerc’hes ar gwerc’hezet,
Dous ha dinam bepred,
Hon miret gwerc’h ive
A gorf hag a ine.
- Gret ma kerzimp dalc’hmad
Divlam war an hent mad,
Ken a vimp gant Jezus
Da virviken eürus.
- Gloar d’an Tad hon C’hrouer,
Ha d’ar Mab, hon Zalver.
Gloar d’ar Speret-Zantel,
Ol ners an dud fidel. Amen.
|