Ni ho salud, Rouanes

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 44-45)


N° 34. — Ar Salve Regina.
War an ton N° 34.


1. Ni ho salud, Rouanes an Ele,
C’houi zo hon Mam, ar Vam a drugare,
Hon ol douster, bue hag esperans,
Ni ho salud, gant kalz a reverans.

2. D’ac’h-hu, Gwerc’hes, e kasomp hon feden,
Ni divroet ha ziouas ! pec’herien :
Ouzoc’h, Gwerc’hes, e kriomp er bed-ma,
Ni pere zo bugale da Eva.


3. D’ac’h-hu bepret e tenn hon c’halonou,
D’ac’h e kasomp hon goelvan, hon daerou ;
Hon fians-ni zo en ho madeles,
En draouien-man leun a dristidiges.

4. Rak-se pa ’z oc’h hon avokades ker,
En hon andret bepret dous ha tener,
Plijet genac’h distrei ho taoulagad
Warnomp-ni ol tud paour hag emzivad.

5. Pa deui an de da guitat ar bed-man,
Raktal goude hon hirvoud divezan,
Diskoet d’imp, Mam vad ha truezus,
Er Barados, bizaj ho Mab Jezus.

6. O Gwerc’hes zakr, meurbet karantezus,
O Gwerc’hes dous, meurbet trugarezus,
Ni ho suppli, klevet ouz hon feden,
Hon diouallet breman ha da viken !