Buez Jeann d’Arc/Kentel 14
Mistri brezel ar Fransizien en em glevaz en devez-se da rei beac’h d’ar Zaozon antronoz. Pa zisklerie Jeann d’ezho e teuje a benn da ziskar ar Zaozon, hint-hi ne gredent ket anezhi, ne oa ket en ho zonj kas anezho kuit dre nerz, c’hoant o devoa ebken da zinerza an enebourien, d’ho skuiza ha d’ober d’ezho mont er meaz euz ar vro anezho ho-unan.
Ha daoust ma tisklerie Jeann : « Red eo diskar brema kastell braz Sant-Laurans, » hint-hi a lavare etrezho. « Kas a raimp eun nebeut soudardet varzu kastell Sant-Laurans ; ar Zaozon, dre ho spount, a zilezo ar c’hestell o deuz en tu all d’al Loire evit dont da zifenn hennez ; ni neuze gant hor guella brezellerien a dreuzo ar ster var hor bagou hag a gemero eaz unan pe zaou euz a gestell an tu all dilezet gant ho difennourien. » Ha pa deuaz Jeann betek ennho e leverjont : « Klask a raimp kemeret kastell Sant-Laurans evel ma c’hoantait. — Na nac’hit ket ar virionez ouzin, eme ar verc’hez iaouank sklerijennet gant he Moueziou, pe me c’helfe nac’h ouzoc’h brasoc’h traou eget ho kuzuliou. — Jeann, eme Dunois, neuze, gant eur vouez izel, ne c’hellemp ket diskleria dioc’htu pep tra d’eoc’h ; klask a raimp pilat kastell Sant-Laurans : ma tec’h evelato re a Zaozon euz ar c’hestell a zo en tu all d’an dour evit sikour ho breudeur, ni on euz sonj da zailla var ar c’hestell-ze. —- Mad eo evelse, emezhi, gant ma reoc’h ar pez a livirit. »
Paour keaz Jeann ! Guelet a rea ervad e oa eur c’halz euz ar c’habitened huella en he eneb, hag e reant he lavarou en despet d’ezho. Ar zoudardet a gerze laouen, kerkent ha ma c’hourc’hemenne, mes ar vistri braz o doa aon da goll ho galloud pa velent ar plac’h iaouank guelloc’h deut egetho d’ar zoudardet. Jeann, en despet d’ar rann galounn e doa avechou, a iea atao gant he hent, kennerzet gant Doue ha sklerijennet gant he Moueziou ; gouzout a rea n’euz ket a roz eb drein.
E leac’h kas eun nebeut soudardet varzu kastell Sant-Laurans, ar c’habitened a ieaz dioc’htu, eneb ho ger, da stourm oc’h ar c’hestell a ioa en tu all d’ar ster. Jeann a ioa gantho, klevet e doa an oferen da c’houlou deiz evit gellout mont abred d’an emgam. Pevar mil den benag a heulie anezhi. Ar verc’h iaouank hag he brezellerien a ieaz da genta e bagou, var eun enezen hanvet enezen Sant-Aignan ; diou vag, plench varnho, a oue lakeat da ober pount evit mont ac’hano d’an tu all d’al Loire.
Er penn huela euz ar c’hestell saoz, e oa eun dorgen douar savet, hanvet kastellik pe zavaden Sant-Ian (Boulevard) ; pa velaz ar Zaozon kement a vrezellerien oc’h en em voda en enezen a ioa en ho c’hichen, e tec’hjont prim, goude beza lakeat an tan en ho c’hastellik. Ar zoudardet-se a redaz d’eur c’hastell krenvoc’h hanvet kastell an Aogustined : re vian oa hini Sant-Ian evit gellout beza difennet.
Pa oue treuzet kalz euz he zud, Jeann a ieaz varzu ar c’hastell krenv, hag a zankaz he banniel en douar tost d’an douveziou. He soudardet o doa redet var he lerc’h, mes sevel a reaz aon gantho ; unan benag a lavaraz e teue Saozon ar c’hestell all da zikour difennourien kastell an Aogustined ; setu ma tec’haz oll brezellerien Jeann, ne joumaz var he zro nemet eun toulladik soudardet. Ar re o doa tec’het a redaz evit mont e savete en enezen Sant-Aignan ; ar Zaozon, laouen, a zigoraz dorojou ho c’hastell evit skei var an dec’herien.
Jeann ne gollaz ket he fenn, heuil a reaz he soudardet evit ho difenn ; mes pa ho guelaz e savete en enezen, e tistroaz a grenn varzu ar Zaozon, hag ez eaz a benn d’ezho. Ar re-ma a dec’haz d’ho zro, daoust pegen nebeud a dud a iea da heul ar verc’hez iaouank : Lahir hag eun nebeut marc’heien ebken. Ar c’habitened o doa tec’het en enezen, savet mez gantho o velet kalon ar plac’h-se, a reaz d’ho zoudardet dont en dro ; ar re-ma, aonik da genta, a oue kennerzet pa veljont banniel Jeann er penn araok, hag a redaz d’an emgann. Eur Zaoz braz-dreist, eur Goliath, a stanke dor ar c’hastell ouz ar Fransizien ; marc’hek Jeann hen diskouezaz d’ar mestr kanolier, Ian Lorren, ha kerkent hema gant eun tenn kanol, a astenn he zen maro mik var an douar.
Ar vrezellerien a zaillaz neuze oll var ar c’hastell, ar Zaozon a enebaz gant kounnar, mes netra ne c’helle herzel ouz Jeann hag he soudardet : ar Zaozon ne c’heljont ket tec’het a oue lazet ; ar c’hastell a oue lakeat an tan enn-han. Evelato, da zonjal ober an taol dispar-ze, Jeann hag he zud a ioa bet red d’ezho kaout amzer ; pa oue achu, kleier kear a c’halve an dud d’ar gousperou, (en amzer-ze, keariz a iea d’ar gousperou var ar pembez zoken). Ar pardaez a dostea, re zivezad oa evit kemeret dre nerz ar c’hastell braz all a ioa e kichen, kastell an Touriou.
Jeann a ioa bet gouliet he zroad epad an emgann, mes
ne baouezaz ket da rei kalon d’he zud epad an oll amzer ; eur vech gounezet ar viktor, e lavaraz d’he soudardet : « Lod ac’hanoc’h a joumo ama epad an noz, a vel da gastell an Touriou ; varc’hoaz, mar plij gant Doue, ar c’hastell-ze a vezo d’eomp ive. » Hag e tistroaz e kear gant ar peb brasa euz he brezellerien evit trugarekât an aotrou Doue.
Ar verc’hez iaouank a iune bep guener, mes en devez-se, feaz gant ar skuisder, hag izom d’ezhi da gaout nerz a benn antronoz, e tebraz he c’hoan.
Dioc’h ar pardaez-se, ar c’habitened en em vodaz en ti-kear d’en em glevet, eb goulen kuzul ebet digant Jeann. Fall e reant, rak ar verc’hez iaouank eo e devoa ar muia guir da veza selaouet, hi eo a dlie ren ar brezel. Mes ar vistri braz-se o doa c’hoant da gaout brud hag henor : n’eo ket Jeann, int-hi eo a dlie ren, var ho meno. Hag e leverjont : « Aoualc’h on euz great, ehanomp brema eur pennad ; na varc’hoaz, nag abenn pell ama ne raimp emgann ebet. »
Jeann a ioa o paouez dibri he fred pa deuaz unan euz ar c’habitened, unan hag en doa fizians ennhi, da ziskleria d’ezhi labour ar guzulerien. Ar verc’hez iaouank a respountaz : « C’houi a zo bet kuzul etrezoc’h, ha me a zo bet kuzuliet gant va Moueziou. Ha lavarou va Aotrou a deui da vir, e leac’h ho lavarou-c’houi az ai gant an avel. » Hag e tiskleriaz neuze d’he beleg, an Tad Paskerel : « Varc’hoaz, savit abred-kaer, ha renkit pep tra evit ar guella, Choumit atao em c’hichen hed an deiz, rak kalz labour am bezo da ober, brasoc’h traou a rin eget n’am euz great betek-hen. Varc’hoaz e vezin gouliet, hag ar goad a redo euz va feultrin. »
En nosvez-se, Jeann a gouskaz c’houek.
Epad ma lavare ar vistri-brezel : « Ehanomp brema, labour aoualc’h on euz great evit eur pennad, » bourc’hizien Orleans kounnaret ouz ar Zaozon, a zonje ervad ne oa ket deut d’ezho sikour a berz Doue evit ma vije hanter c’hreat al labour. Lavaret e doa Jeann. « Digelc’ha rin Orleans ; » hag ar vourc’hizien o doa fizians ennhi. Hag e leac’h ehana, e leac’h gortoz urziou ar vistri braz, int-hi a labouraz. Bez’e ouent epad an noz o kas bevans hag armou d’ar zoudardet choumet a vel da gastell an Touriou, o kas hordennou keuneud evit stanka douveziou ar chastell, skeuliou hir evit sevel var ar mogeriou pa vije sounet an emgann vraz, ar stokad kounnaret. Fizianz o doa e Jeann : dont a rea a berz Doue.
M’o doa fizians Orleaniz, ar Zaozon a grene. Devi a rejont epad an noz kastell bian Sant-Prive, re zister da veza difennet epad pell amzer ; ne joume eta gantho, var an tu kleiz euz al Loire, nemet eur c’hastell, unan ebken, kastell an Touriou : krenv oa, ha difennet mad dreist : e vogeriou o doa kant troatad huelder.