Buez Jeann d’Arc/Kentel 20

Lethielleux & Salaun, 1910  (p. 114-118)



UGENTVED KENTEL


Charles VII sakret ha kurunet e Reims. Tri c’hant marc’hek nevez a zo great. Jeann da dosta d’ar roue. He zad ha Durand Laxart a deu d’he guelet. Domremy diveac’hiet euz an oll daillou.


D’ar zul 17 a viz gouere 1429, e oue kurunet e Reims Charles, seizved euz an hano, Roue Frans. Deut oa e kear en derc’hent goude kreisdeiz ; ar bobl oll a ioa deut d’he zigemeret gant ar c’hroaziou hag ar bannielou, en eur gana laouen. Mall ganthan beza kurunet, Charles a c’hourc’hemennaz ma vije great pep tra abenn antronoz, devez sul. Eleiz a geariz a joumaz var zav epad an noz evit klask ha renka an traou a ioa ezom anezho, kaerât an iliz veur, ha lakât urz e pep tra.

Pa oue badezet ha sakret kenta roue Frans, Clovis, iliz veur Reims a ioa leun-chek, kel leun ma ne c’helle ket ar veleien mont d’ar penn huela euz an iliz da glask an Oleo sakr. Neuze, var a leverer, eur goulm a nijaz betek ar mean-fount, hag a gazas da Zant Remy eur vuredad Oleo burzuduz. An Oleo-ze a oue miret gant respet, ganthan eo e veze merket tal pep roue nevez : Tad Abat kouent Sant Remy eo a ioa karget da ziouall an tenzor presiuz-ze.

Pa darzaz sklerijen an deiz, ar pevar gabiten huela, choazet gant Charles da vont da gerc’hat an Oleo sakr, a douaz var ho le hen dioualfent gant lealdet hag eb drouk ; neuze e savjont var varc’h hag ez ejont da abati sant Remy. Dindan ho goard, an abat a gemeraz gant respet ar vured sakr, hag he c’hasaz betek porched an iliz-veur.

Aotrou ’n Arc’heskob Reims, guisket en he gaera, he vaz aour a arc’heskob en he zourn, eur mintr skeduz var he benn, he jalonied en dro d’ezhan, a ioa er porched ; reseo a reaz an Oleo sakr, he gas a reaz e prosesion betek an aoter vraz. Ar pevar gabiten, evit heuil al lidou koz, a ieaz var varc’h betek kreiz an iliz : diouall a dlient an Oleo burzuduz euz a bep drouk.

En dro d’ar roue e tlie beza daouzek den euz ar renk huela, evit digas da zonj euz an daouzek abostol en dro d’Hor Zalver Jesus-Christ : c’houec’h den a lez ha c’houec’h den a iliz. An dud a lez a oue : an duk a Alanson, komtet Clermont ha Vendom, dijentilet Laval, de la Tremouill ha Beaumanoir ; an dud a iliz : arc’heskop Reims, eskibien Laon, Chalons, Seez, Orleans, hag eun eskop all. Arc’heskop Reims a dlie lavaret an oferen, eur c’henderv d’ar roue a dlie delc’her he gleze dirazhan, betek ma vije great marc’hek.

Ha Jeann ? e pe leac’h edo ? — Al lidou koz ne verkent plas ebet d’eur verc’h eveldi, mes Charles en doa diskleriet en derc’hent : « Jeann a vezo da dosta d’eomp. » Evit guir, choum a reaz hed an oll lidou santel tost d’ar roue nevez, sounn he banniel ganthi, doualagad an oll troet varzu Charles ha varzu ennhi. Ha pa deuaz divezatoc’h, e Rouen, ar varnerien Saoz da zrouk-komz d’ezhi, abalamour m’e doa kaset he banniel en iliz, Jeann a respountaz : « Va banniel a ioa bet er boan, dleet oa d’ezhi beza en henor. »

Charles, eur vech ma oue deut en iliz, a zaoulinaz dirak an aoter vraz, an daouzek en dro d’ezhan. Araok konsakri ar roue, an Aotrou ’n Arc’heskop a lavaraz d’ezhan : « Ho pedi a reomp da zifenn guiriou an Iliz, ha da veza atao eün ha leal. » Ar roue a respountaz : « Me, dre c’hras Doue, varnez beza sakret roue Frans, a ro va ger dirak Doue hag he Zent, e virin hag e tifennin guiriou an ilizou hag an eskibien. Me a ro va ger, en hano Jesus-Christ, e rin d’am fobl kristen beza fidel d’an Iliz, e tifennin anezhan eneb peb laeronsi, e rin d’am barnerien beza leal e kenver an oll, erfin, e kasin an oll heretiked er meaz euz va rouantelez. Hag e touan var va le e talc’hin mad d’am ger. »

Var ar c’homzou-ze, an daouzek a droaz varzu ar bobl da c’houlen hag asanti rea e vije kurunet Charles. Laouen-dreist, an oll, braz ha bian, a lavaraz ia ; kerkent an duk a Alanson a zavaz Charles e renk ar varc’heien. Da c’houde, an Aotrou ’n Arc’heskop a bedaz an Oll-C’halloudek da rei nerz ha dousder d’ar roue nevez, hag a reaz sin ar groaz varnhan gant an Oleo sakr : var he benn, he beultrin, he ziouskoaz, he zivreac’h.

Pa oue merket izili ar roue nevez gant an Oleo burzuduz, an arc’heskop a lakeaz var benn Charles kurunen aour rouaned Frans, lakât a reaz ar c’hleze oc’h he gostez, ar vialen a roue en he zourn, kentrou aour oc’h he voutou, hag eur vantel presiuz var he ziouskoaz. E koulz an oferen, ar roue nevez a resevaz ar gommunion zantel ; da c’houde, e roaz eur pok a beoc’h d’ar brinsed, d’an eskibien, ha d’an dijentiled euz ar renk huela.

Ha pa oue achu an oll lidou sakr, an trompillou a zounaz sklear ha lirzin, an dud a lakea an iliz koz da dregarni en eur iouc’hal : « Buez hir d’ar roue nevez ! Nedelek ! Nedelek[1] ! Bevet Charles Seizved ! »



Ar guir Fransizien a skuille daelou, eüruz oant da veza guelet eun devez ker kaer o para. Pemp heur leun e oat choumet en iliz, euz a nao heur betek diou heur goude kreisdeiz ; mes den n’en doa kavet hir an amzer.

Jeann eo a’z eaz da genta da renta henor d’ar roue nevez, mont a reaz da zaoulina dirazhan : « Va Roue karet, emezhi, setu great breman bolontez Doue a felle d’ezhan e vijac’h sakret : sklear e breman eo c’houi ar guir roue, ar rouantelez a bez a dle beza d’eoc’h. » An dud, o klevet guerc’hez Orleans o komz, a ententaz guelloc’h c’hoaz eo a berz Doue eo e rea pep tra.

Evit ma vije kaerroc’h c’hoaz ar gouel, ar roue hag ar re a ioa da dosta d’ezhan a zavaz tri c’hant dijentil benag e renk ar varc’heien ; setu ma oue levenez er c’halonou. Pa ieaz ar roue nevez ouz taol, e lakeaz en he gichen Jeann d’Arc, ar verc’h dizesk a zioualle ar zaout var ar meaz c’houec’h miz araok, rak d’ar verc’h-se eo e oa dleour euz he gurunen.

Jeann, izel a galon atao, ne laoskaz ket al lorc’h hag ar fouge d’he gounit, en despet d’an henoriou a veze rentet d’ezhi. He zad hag he eontr Durand Laxart a c’hellaz dont betek ennhi, en devez-se, hag hi a oue laouennoc’h gantho eget gant an dijentiled braz. Brud an taoliou kaer e doa great a ioa eat betek Domremy, evel ma ’z oa eat dre ar Frans ha zoken dre ar bed oll, ha pa glevaz he zad e tlie beza kurunet ar roue e Reims, ez eaz gant he genderv en hent da velet Jeann e kreiz he gloar.

An tad a starteaz gant karantez he verc’h var boull he galon, lavaret a reaz d’ezhi : « Pardounet eo pell a zo ar boan ac’h euz great d’eomp o tec’het euz ar gear. » Jeann a respountaz : « Gouzout a ran oun pardounet, rak, evit lavaret guir, n’em euz izom pardon ebet, n’em euz great nemet senti ouz Doue ; laouen oun evelato, o klevet e roit d’in hoc’h oll garantez evel guechall. — Ia, eme an tad, entent a reomp breman out renet gant dourn Doue en da oll oberou. »

P’en doa ar roue kinniget d’ezhi hel lakât e renk an huella dijentiled, ar verc’hez iaouank e devoa graet fae var an henoriou ; mes o velet he zad e teuaz da zonj d’ezhi e c’helle ober eur vad benag d’he c’henvroiz. Goulenn a reaz eta digant ar roue ma vije diskarget hiviziken Greux ha Domremy euz an oll daillou, hag ar roue a asantaz dioc’htu.

Jakes d’Arc he-unan eo a gasaz ar c’helou laouen-ze d’he genvroiz ; ger Charles VII ne oue ket torret : keit ha ma choumaz ar Frans dindan lezen goz ar rouaned, Greux ha Domremy a joumaz eb taillou.


————
  1. ar ger Nedelek a verke guechall ar brasa levenez, abalamour ginivelez Hor Zalver, e noz Nedelek, e deuz digaset laouenedigez d’ar bed oll.