C’houæc’hved pennad — IV

R. Prud’homme, 1903  (p. 155-158)



IV


’Læc’h ma labourer dre finese gant an Turked.


Breman, pa hon deuz gwelet piz ’pez a zo en leandi Sion ha ’pez a zo dindanan, e fell d’imp gwelet ’pez a zo warnan. Dizouaromp eta ha pignomp war al leur-doen. Nag a dreo a welomp ac’han ! Kær Jeruzalem a-bez koulz laret, A-dal d’imp, e lugern moskeen Omar dindan an heol. Tostoc’h d’imp, a-gle d’ar voskeen, eur minaret uhel ha *mistr, hag ouz e droad ar c’hazern turk ec’h efomp emberr ennan d’ober poz kentan hent ar Groaz : aze, pe war dro, e oe bet kondaonet Jezuz gant Pilat. War an tu deo, eun tamm pelloc’h avad, e welomp bolz iliz ar Be Santel.

En hon c’hichen, aman, war leur-doen chapel an Ecce Homo, hon deuz eur groaz hag a gonter diwar he fenn eun dra zouezus.

Aman en em gavomp en kalon karter ar Vahometaned a displij d’ê ar groaz muioc’h evit n’euz forz petra. Ken e oa ar blavez 1882 e oa arabad lakat hini ’bed dindan o daoulagad. Er bla-ze, ’velkent, ec’h *autreaz ar Pacha d’ar gatoliked dougen eur groaz war o skoa evit heuilh hent ar Groaz. Koulskoude leanezed Sion na gredent ket c’hoaz sevel unan war o chapel. Daou pe dri bla goude, o welet en nevoa ’n em douget ar peurvuian euz o amezeien e-mæz a gær evit mont da benn-hent d’unan euz pelerinajo Franz, a deue, ar wech-man, dre ar Samari, e lakjont en o fenn ober, er mare-ze, ar pez a glaskent ober pell a oa : klasket e oe, eta, eur micherour ha plantet ar groaz heb gout da zen. Deut e oa an taul da vad ha chom a reaz ar groaz en he læc’h : aman ar pez a zo græt, ’zo græt.

’N eur distrei d’ar gær, goude bean laret kenavo da C’hoarezed Sion, e klevan c’hoaz an Tad ambrouger o kontan d’in eun histor hag a zo henvel aoalc’h ouz honnez.

Mont a reomp e-mæz ar gær dre dor Damas, unan euz ar re gaeran, ha, goude, e hedomp mogerio-kær a zo uhel-uhel, « ’C’hanta, eme an Tad, daou dour Itron-Varia-Franz, mar karet sellet anê, a gavfet c’hoaz uheloc’h. Ha, koulskoude, herve ar reiz, na dlejent ket bean bet uhelaet a-dreist da Vogerio kær : difennet eo ze gant ar Sultan, Mes evelhen eo bet kont :

Pa oad o sevel an tourio, e taulaz ple ar pacha e tremenent eun nebeudig uhelder ar magorio. Hag heñ dioustu da dont da laret paouez. Larout ’reaz d’ean an Tado ec’h ænt da skrivan da Gonstantinopl evit goulen *autre da gendelc’hel. Ha, da c’hortoz ar respont, war digare lakat pep tra prest ’vit adkrigi gant al labour, e savjont eur chafod koadek meurbed endro da bep-hini euz an tourio. Delc’hel a reaz ar vasounerien da labourat warne, en diabarz ar c’hoadaj, heb bean gwelet, koulz laret, ha pa oe peurc’hræt al labour, e oe diskennet ar c’hoat en traou. Setu distro ar pacha ha drouk ennon ar wech-man : Daoust perag n’ho peuz ket gortozet an *autre ? » — « D’ober petra gortoz anean, pan eo gwir eo bet goulet ? » — N’euz forz ! ar reiz ’zo ar reiz. Torret ’peuz al lezen. Goaz a ze d’ac’h ! » — Ba ! ba ! na gomzit ken a ze, autro. Mar hon deuz graet eur gaou bennag da gær, setu aze peadra d’he dic’haouan : eun aluzen evit he feorien, mar karet.» Hag, en eur laret ze d’ar pacha, e lake an Tad priol en e zorn eur billet a gant lur.

Talvout ’ræ ar boan kemer eur bakchich evel heman. Ar pacha, na n’eo ket eun den fæuz, heb chom da dermal, e lakaz anean dioustu en e c’hodel. Pe ’c’h eo chomet enni, pe ’c’h eo tremenet en tensor kær, na oufen hen lavarout. »

Epad m’eo bet an Tad o tiviz ganimp diwar-benn an dra-ze ha treo all ken *iskiz, hon deuz græt, ’hed ar mogerio, an hent a zav euz dor Damaz d’hostaliri Itron-Varia-Frans.


————