Canticou nevez var ar Pater, Ave, Credo

L. Prud'homme, 1849  (p. 487-489)


Cantic var ar Pater noster hac an Ave, Maria, var an ton, Me ho salud, Merc’h an Tad eternel.
Pater noster, etc.

HOn Tad divin, pîni so en eêvou,
Plijet gueneoc’h clevet hor pedennou,
Gant ar bed oll ra vezo en peb bro

Santifiet ha meulet hoc’h hano.
Ni ho supli, grit dre ho madelez
Ma teui souden deomp ho rouantelez ;
Ho polontez bezet accomplisset
Var an douar evel en eê bepret.
Roït deomp hirio hor bara pemdeziec
Eus ho craçou, pa’z omp quen izomec ;
Hor pardonit, evel ma pardonomp,
Quement offanç na gaou so ouzomp.
Na bermetit en nep occasion
E consantemp gant an dentation ;
Mæs diouz peb droug a gorf hac a ene
Hon dilivrit. Bez[e]t [1] grêt evelse.

Ave, Maria, etc.

ME ho salud, Mari, gant reveranç,
Leun oc’h a c’hraç gant peb seurt preferanç :
An Autrou bras a so gueneoc’h bepret,
Benniguet oc’h etre an oll merc’het.
Benniguet eo ive ar froez divin
Hoc’h eus douguet en ho antraillou dîn,
Pehini eo Jesus Doue ha den,
Hon redamtor hac hor mæstr souveren.
Santes Mari, pa’z oc’h Mam da Zoue,
Plijet gueneoc’h pidi he vajeste
Evidomp-ni entrezomp pec’herien
Brema hac en heur ar maro. Amen.


Cantic var ar Credo in Deum, var an ton gallec : Accourez, Esprits purs, e[t] [2] rendez vos louanges : pe Va Jesus douç ha mat, etc.

ME gred en Doue an Tad, pehini en deus crouet
An eê hac an douar dre ma’z ê oll-galloudec,
Hac en he Vap unic hon Autrou souveren,
So hanvet Jesus-Christ guir Doue ha guir den.
Dre ar Speret-Santel eo ez ê bet concevet,
Gant ar Verc’hes Vari he vam ez ê bet ganet,
Ha dindan Ponç-Pilat goude gouzanvi ar vez

Da vervel en ur groaz, e oe lequeet er bez.
Da zilaç an eneou el limbou e tisquennas,
Ha d’an trede devez a varo e ressuscitas :
Hac o veza pignet en eêvou glorius
Ec’h asez en tu-deou d’he Dad oll-galloudus.
Pa finisso ar bed, e tisquenno ac’hano
Gant majeste da varn an oll quen beo quen maro ;
Me gred ar Speret Glan, a so Doue ive,
Gant an Tad hac ar Map, tri ferson en un Doue.
Me gred c’hoaz an Ilis catholic hor mam santel,
Hac ar gommunion eus ar gristenien fidel,
Eus an oll bec’hejou ar guir remission,
Hac a gorfou an dud ar resurrection.
Cridi a ran erfin e zeuas peb droug ha tourmant,
Preparet d’an dud fall en tân eternellamant.
Hac ez eus er c’hontrol evit an dud santel
Preparet peb seurt mad er vuez eternel. Amen.

Er fæçon diaraoc e leverrot ho Complidou epad ar bloaz, exceptet da Basq ; rac adalec dissul Pasq bete dissadorn ar C’hasimodo e leverrot enfin ar salm diveza eus a Gomplidou, peder gueich an Alleluia, meulet ra vezo Doue ; ha goude-se o lesel an Hymn Te lucis ante terminum, ar chabistr bian hac an In manus hep ho lavaret, e teuot da gantic Simeon, en fin pehini e leverrot an Antifonen pe ar Recommandation-ma.

He-ma eo an deiz pehini
En deveus grêt hon Autrou-ni ;
En em rejouissomp enna,
O veuli Doue gant hor joa.

Hæc dies quam fecit Dominus : exultemus et lætemur in eâ.

Neuse e leverrot an Oræson Visita, quæsumus, hac ar rest evel ma ê merquet ama nao bajen diaraoc.



  1. Moullet : Bezit.
  2. Moullet : en.