Instruction evit Gousperou ar Sænt

L. Prud'homme, 1849  (p. 489-491)


INSTRUCTION EVIT AR GOUSPEROU
commun eus ar sænt,

GOueliou ar sænt eo an deiziou pere a so consacret da Zoue gant an Ilis en memor hac en enor d’ar sænt. Intantion an Ilis er goueliou-ma eo trugarecât Doue eus ar graçou en deveus grêt d’ar sænt ha d’he Ilis dre ho moyen, ha proposi deomp en personaij ar sænt exemplou da imita, hac intercessouret da invoqui, oc’h en em adressi dezo a galon.

Ar sænt pe veus a re e teu an Ilis da celebri ar goueliou varlerc’h goueliou ar Verc’hes sacr mam da Zoue ha re an Ælez eürus, eo particulieramant : 1. sant Ian-Vadezour ; 2. an Ebestel hac an Evangelistet santel ; 3. ar Verzerien eürus ; 4. ar sænt Gonfessoret quen ar re so bet Esqueb quen ar re ne d’int quet ; 5. ar Guerc’heset santel ; 6. ar Graguez pe an Intaveset pe ar Benitanteset eürus. Ajouti a ran da seizvet, gouël an Dedi pe an Dedicaç eus a un ilis bennac.

Ar goueliou-ma’ta, particulieramant ar re so berzet, ho deveus, couls hac ar solenniteou all, daou re Gousperou, pere n’ho deveus quet ato ar memes salmou. En ho Gousperou quenta, pere a vez lavaret nosquent an deiz eus ho goueliou, e vez lavaret ato ar pevar salm quenta eus a Gousperou ar Sul, ha d’ar pempet ar salm bian, Laudate Dominum : Meulit an Autrou benniguet, pehini so eno v[a]rlerc’h [1].

Mar gu’erru’ta ur gouel doubl bennac erguis-se hac e ve grêt an ofiç anezan da lun, e leverrot d’ar sul ar Gousperou ar pemp salm am eus lavaret ama brema, gant an hymn hac an oræson a vezo propr d’ar gouel-se, hac a gueffor ama varlerc’h diouz renq ; mæs neuse goude oræson ar gouel e leverrot ive oræson ar sul pehini a gueffot tu-ma diaraoc etouez oræsonou an oll suliou eus ar bloaz, hac e finissot ar rest evel ma ê merquet araoc. Complidou ar Sul, varlerc’h ar Gommemorationou commun. Evit Gousperou ar Verc’hes hac ar sænteset ha Gousperou an Dedi, e vez lavaret ivez hac er re guenta hac en eil-re anezo ar memes salmou pere am eus merquet evito en ho flaç hac en ho renq.

An eil-re Gousperou eus ar sænt eo re a vez lavaret d’an deiz memes eus ho gouel ; hac ar re-se eo am eus brema da lacât deoc’h ama varlerc’h evit peb seurt sænt.


  1. Moullet : ver-.