Me gred ferm hep doutans

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Me gred ec’h an da zegemer, Me gred ferm hep douetanç ebet ha Eizvet-varnuguent Cantic. Var an actou abars ar Gommunion.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 18-19)


N° 9. — Aktou kent ar Gomunion.
War don : Gwerc’hes Vari c’houi p’hini zo, N° 9.


  1. Me gred ferm hep doutans ebet
    Ec’h an da resev en efet
    Jezus gwir den ha gwir Doue,
    Er zakramant a garante.

  1. Doue, leun a berfeksion,
    Me ho kar a greiz ma c’halon ;
    Ma nesan a garan ive
    Abalamour d’ac’h, ma Doue.

  2. Allaz, allaz, petra on-me
    Da dostat ouzoc’h, ma Doue,
    Ne n-on nemet eur pec’her kez,
    Mes c’houi zo leun a vadeles !

  3. Ah ! pebes dezir am euz-me
    Da resev bara an ele !
    Dizec’han ran gant ar zec’het
    O c’hortos monet d’ar banket.

  4. Gwerc’hes, c’houi ec’h euz hen roet
    Er c’hraou gwejal d’ar bastoret :
    Euz ho torn me fel d’in ive
    Digemer ma Zalver hirie.

  5. Eur zel c’hoaz, eur zel a drue,
    O ma Jezus, war ma ine,
    Arog antren, goalc’het enon
    Kement a ra poan d’ho Kalon !