Evit goueliou mis Ebreul ha mis Maë
Da vouel sant Marc, er pempet devez varnuguent, e leverrot Gousperou an Ebestel gant an Alleluia hac an Oræson-ma.
Pedomp Doue.
O Va Doue, pehini hoc’h eus enoret bras hoc’h evangelist sant Marc, o rei dezan ar c’hraç da brezec ba da scrifa hoc’h Aviel : grit, ni ho supli, ma profitimp ato eus he instruction, na ma vezimp difennet ato ive gant he oræson. Dre hon Autrou, etc. |
Oremus.
DEus, qui beatum Marcum Evangelistam tuum evangelicæ prædicationis gratiam sublimâsti ; tribue, quæsumus, ejus nos semper et eruditione proficere et oratione defendi. Per Dominum. |
D’ar Sul quenta eus a vis Maë e solenniser en Querne gouel an Dranslation a Relegou sant Caourintin, hac e vez lavaret Gousperou ur S. Confessour, Escop, gant Oræson S. Caourintin, pehini a gafet en daouzecvet a vis Querzu [1], hac Oræson ar Sul-ma varlerc’h. Caout a reer ivez en decvet deves a vis Here [2] un instruction, evit gouel an Dranslation, pehini a so expliquet eno en ur fæçon profitabl.
Da vouel sant Philip ha Iacob, en deiz quenta eus ar mis, [e] [3] leverrot Gousperou an Ebestel gant an Oræson-ma hac an Alleluia.
Oremus.
DEus, qui nos annuâ Apostolorum tuorum Philippi et Jacobi solemnitate lætificas; præsta y quæsumus, ut quorum gaudemus meritis, instruamur exemplis. Per, etc. |
Pedomp Doue.
O Va Doue, pehini a ro deomp peb bloaz ur sujet a rejouissanç er solennite eus hoc’h ebestel eürus Philip ha Iacob ; grit, ni ho supli, evel ma teu ar meritou anezo da rei deomp cals a joa, ma vezimp instruet ive dre ho exemplou. Ar pez a c’houlennomp dre hon Autrou J.-C. ho Map unic, etc. |
Da vouel an Invantion eus ar Groas (pehini a oe cavet dindan an douar cuzet gant ar Iudevien) en trede a Vaë, e leverrot ar memes Gousperou hac ar memes Oræson pere so lequeet da vouel an Exaltation eus ar Groas hanvet gouel ar Groas, pehini so er pevarzecvet a vis Guengolo, oc’h ajouti aman Alleluia, Doue ra vezo meulet, var ar Verset hac an Antifonen pe Recommandation a so eno.
Da vouel an aparition eus a sant Mikaël Arc’hel, en eizvet devez a Vaë, e leverrot ar Gousperou hac an Oræson a so merquet d’ar gouel-all a solenniser dezan en navet varnuguent a vis Guengolo, oc’h ajouti aman Alleluia, Doue ra vezo meulet, var ar Verset, etc.