Evit goueliou mis Here

L. Prud'homme, 1849  (p. 544-547)


EN MIS HERE.

Instruction evit an oll Ælez, parliculieramant evit an Ælez-Gardien, a so ho gouel an eil deiz a viz Here.

BEza e c’hellomp consideri daou dra en Ælez santel : ar pez ma’z int dirac Doue, hac ar pez ma’z int en hon andret. Bez ez eus ur gantite vras a Ælez, hac int partajet en nao c’heur. Ar re guenta hac ar re huela eo ar Cherubinet, an eil re eo ar Seraphinet, an trede re eo an Tronet, ar pevare re eo ar Principautet, ar pempet re eo ar Puissançou, ar c’huec’hvet re eo an Dominationou, ar seizvet re eo ar Vertuziou an evou, an eizvet re eo an Arc’helez hac an navet re eo an Ælez. Oll e velont Doue, her c’haront, hen adoront ha ne baouesonr oc’h he veuli ; soumetet hac obeissant d’he oll urziou, e reont gant ur pres hac un ardeur bras quement a blij ganta da c’hourc’hemen dezo evit silvidiguez an dud hac evit gouarnamant ar bed universel.

Doue en deveus roet dezo un desir ardant evit silvidiguez an dud pere a ousont erfat a so destinet da jouissa eus ar memes eürusdet ganto. Quemeret a reont perz en hon oll interest ; en em afflija a reont o velet hor pec’hejou hac hor miseriou ; en em rejouissa a reont oc’h hor guelet o chenj a vuez hac oc’h en em sauvetei ; offr a reont da Zoue hor pedennou he bidi a reont evidomp ive, hac e rebarbont ouz adversourien hor silvidiguez.

Ar re anezo a c’halver Ælez-Gardien, da bere en deveus Doue roet urz d’hor miret, ho deveus ur sourci particulier ac’hanomp. Peb den en deveus he Æl-Gardien pehini a zalc’h compagnunez dezan partout ha ne baouez ouz he zifen, oc’h he breservi diouz an danjerou, oc’h he sicour en dentation, oc’h he gundui hac oc’h he gusulia en peb izom.

Just eo’ta e respetemp hac e caremp ar sperejou eürus-ma, pere so quement a brincet en palæs Doue, hac e quemerremp courarj d’en em renta dîn da veza eürus en ho c’hompagnunez unan an deiziou-ma. Just eo deomp ho zrugarecât eus ho assistanç, ho fidi d’hor sicour ato ha lacat hor poan d’ho imita en ho furete hac en obeissanç pront na joayus da ober volontez Doue, ha caout cals a respet an eil re evit ho hentez ac’hanomp, pa en deveus pep hini un Æl en he guichen oc’h he ziouall. Tu-ma diaraoc varlerc’h an devotion d’ar Verc’hes, e queffot ur fæçon profitabl da exerci an devotion en andrer an Æl-Gardien. Gousperou an Ælez-Gardien ho deveus ar memes Salmou evel re sant Mikeal.

Capitulum.

ECcè ego mittam Angelum meum qui præcedat te et custodiat in viâ, et introducat in locum quem paravi : observa eum et audi vocem ejus.

R/. Deo gratias.

Chabistr bian. Eccl. 23.

CHetu me o caç ma Æl deoc’h evit ma querzo en bo raoc ha ma ho tivouallo en ho c’hent ha ma raï deoc’h antren er plaç pehini am eus preparet evidoc’h : respetit-en, clevit ouz he vouez hac he inspiration.

R/. Graçou da Zoue.

CUstodes hominum psallimus Angelos, Naturæ fragili quos Pater addidit Cœlestis comites, insidiantibus Ne succumberet hostibus.

CAna reomp meuleudi
D’hon Ælez-Gardien,
Pere so roet deomp-ni
Gant Doue d’hon difen,
Gant aon na vemp trec’het,
Evel ma’z omp frajil,
Gant an drougou speret
Pere a so subtil.

Nam quòd corruerit proditor Angelus, Concessis merito pulsus honoribus, Ardens invidiâ pellere nititur Quos cœlo Deus advocat.

Rac o veza chasseet
An treitour Satanas
Eus ar guir eürusdet,
Evel ma veritas ;
Ec’h essa gant avi
Hor priva eus an eê
Da vont da pehini
Omp galvet gant Doue.

Hùc, custos igitur pervigil, advola, Avertens patriâ de tibi creditâ Tàm morbos animi quàm requiescere Quidquid non sinit incolas.

Deut eta d’hor sicour,
Gardien vigilant,
Enep hon adversour
Hed ar vuez presant ;
Distroït diouzomp
Clenvejou ar pec’het,
Ha quement a ra deomp
Coll repos ar speret.

Sanctæ sit Triadi laus pia jugiter, Cujus perpetuò numine machina Triplex

Ra vezo da viquen
An Dreindet sacr meulet,
Pehini hepmuiquen
A c’houarn an oll bet,

Ha pe veus a hini
E ran ar c’hloar ive
A viscoaz hac e raï
Hed an eternite.
Evelse [b]ezet [1] grêt.

V/. Dirac an Ælez e canin meuleudi deoc’h, va Doue.

R/. En ho templ santel hoc’h adorin hac e veulin hoc’h hano.

hæc regitur, Cujus in omnibus regnat gloria sæculis.

V/. In conspectu Angelorum psallam tibi, Deus meus.

R/. Adorabo ad templum sanctum tuum, et confitebor nomini tuo.

Antifonen d’ar Magnificat.

HOn Ælez santel Gardien, hon difennit er bresel a ra deomp adversourien hon eneou evit na daïmp quet da goll er varnediguez terrubl a Zoue.

Antiphona.

SAncti Angeli, custodes nostri, defendite nos in prælio, ut non pereamus in tremendo judicio.

Pedomp Doue.

MA Doue, c’houi pehini dre ur brovidanç admirabl a bris digaç hoc’h Ælez santel d’hor miret, grit deomp ar c’hraç, ni ho supli, ma vezimp difennet ato dre ho frotection ous hon adversourien, ha ma en em rejouissimp assamhles ganto en eürusdet eternel. Ar pez a c’houlennomp ouzoc’h dre verit ho Map quer Jesus Christ hon Autrou, etc.

Oremus.

DEus, qui ineffabili providentiâ sanctos Angelos tuos ad nostram custodiam mittere dignaris ; largire supplicibus tuis, et eorum semper protectione defendi, et æternâ societate gaudere. Per Dominum, etc.


  1. Moullet : pezet.