Instruction evit al labour gant teir oræson

L. Prud'homme, 1849  (p. 40-43)



INSTRUCTION EVIT AL LABOUR
Hac Oræsonouigou evit peb occasion,

AN den a so ganet evit labourat, eme ar Scritur, al lezireguez er c’holl, an didalvoudeguez pe ar feneantis a so adversoures d’an oll vertuziou hac a zesq da un den a bep seurt viçou. Abars ar pec’het e oue lequeet an den quenta er jardin eus ar barados terrest, evit labourat ebars : ha goude ma en devoa pec’het, un darn eus he bunition hac a bunition he lignez, oue beza condaounet da ul labour poanius ha da zibri he vara diouz ar c’huesen eus he visaij. Piou bennac a refus eta labourat, a ia enep an urz hac ap ordrenanç a Zoue, ha ne ra quet ar binijen pehini so necesser d’an oll dud da ober, hac evelse n’ema quet en hent eus he silvidiguez. Pep-hini a renq consideri al labour pehini so stag ouz he condition, evel un dra gourc’hemennet gant Doue dezan en pinijen eus he bec’hejou, hac evit servijout dezâ da veritout ar vuez eternel. Ar consideration-se a dle hoc’h oblija da laquat ho poan d’en em occupi hervez ho stat, ha da labourat ato gant sourci, gant dilijanç, gant joa ha gant ur speret a oboissanç, a binijen bac a oræson, o sevel ho calon alies etrese Doue var ho labour, gant sonje- sonou mad hac affectionou santel, evel a so amâ varlerc’h an oræsonouigou devot, etc.


CANTIC VAR DIOU PE DEIR ORÆSON

Devot, da lavaret quent ha goude al labour, hac epad al labour quercouls, evit he santifia hac he offr da Zoue. Var an ton, Bried Isel, Mam ar Sænt.

Oræson abarz al labour.

C’Houi hoc’h eus, va Doue, crouet var an douar
An den da labourat enni evit ho cloar,
Hac hoc’h eus punisset he bec’het, oc’h ordren
Na zebro he vara nemet diouz he c’huesen.
Rac-se d’ho c’hourc’hemenn evit oboissa,
Ha deoc’h eus va fec’het evit satisfia,
Me ia da labourat diouz va c’hondition,
Roït eta d’am labour ho penediction.
E vean e labourren, nemet evidoc’h ve,
Ha ma na labourac’h c’houi hoc’h-unan guenê ;
Me offr deoc’h va labour, reglit-en, va Salver,
Couls ha ma esperanç e viot va saler.
Roït d’in, me ho supli, va Aotrou, ho furnez ;
Guenê ma labouro, ha ma chôme ivez,
Na bermetit nepret e teuen da goll couraij,
O renta servij deoc’h em poan hac em ouvraij.
Na bermetit jamæs e ven ive trec’het
Gant ur c’hoant da c’honit hac e ve direglet,
Nac em be ouz re-all nep seurt ambition,
Nac eus va oberianç nep seurt presomption.
Va Doue, roït an nerz d’am c’horf ha d’am speret,
Evel so requis d’in, d’ho servija bepret,
Ha grit ma labourin, en hevelep fæçon
Ma teui ho carantez da grisqui em c’halon.
En ur c’hounit va boêt, gant ar memes trevel,
Grir d’in gounit ouspen ar vuez eternel,
Evit ma ellit mont, va Doue, da repos,
Goude va oll labour, gueneoc’h d’ho parados. Amen.

Oræson goude al labour.

O Veza labouret evidoc’h, va Doue,
E teuan da reposi bremâ en hoc’h ive ;
Pe me a labouro, pe me a ehano,
Evit plijout d’ec’h-hu e fel d’in ve ato.
Rac desirout a ran na chomin birviquen
Epad va oll buez ur momet epmuiquen
Hep en em occupi evit ho carantez,
Nac hep continui d’ober ho volontez.
Me ho trugareca eus a guement sicour
Hoc’h eus roet d’in bremâ da oberva labour,
Hac a c’houlen pardon mar em eus offanset
Enna ho majeste, o va muia caret.
Quement a ell beza a vad em oll œuvrou
A zeu diguenec’h-hu, m’en ansao, va Autrou ;
Er c’hontrol, quement so a zrouc er pez a ran,
Ne zeu nemet epquen diguenê ma-unant
Ra viot da viquen un Doue en tri ferson
Gant ho crouadurien, meulet en peb fæçon,
Bezet var an douar evel en eê ato,
Peb tra evit ho cloar hac evit hoc’h hano. Amen.

Oræson an Ilis da lavaret
Quent ha goude hon oll œuvrou. Var ar memes ton.

ACtiones nostras, quæsumus, Domine, aspirando præveni, et adjuvando prosequere, ut cuncta nostra oratio et operatio à te semper incipiat, et per te cœpta finiatur. Qui vivis et regnas in sæcula sæculorum.

Amen.

NI ho ped, hon Autrou,
Da zont d’hon inspira,
Arauc hon oll œuvrou,
Ma raïmp erfat peb tra ;
Ha roït deomp ho sicour
Evit ma pourchuimp.
En gloar deoc’h hon labour
Couls ha m’en echuimp.
Grit eta er guis-se,
Ma vezo commancet
Ato dreizoc’h ive
Ha quercouls finisset
Quement œuvr ha peden

A raïmp hed hor oll buez,
C’houi pehini a ren
Hac a vev bep finvez.
Evellen bezet grêt.