Klenved ar medalennou/a-bezh
Skrid a-bezh
E. CROQ (Spern-Gwen)
An aotrou FISTOULIK, deut da vourc’hiz, 59 vloaz.
AR SKOUARNEK. mestr-skol. |
Ar c’hoari penn-da-benn en em zalc’h e ti an aotro Fistoulik eur c’hoz bourc’his diwar ar meaz.
Dilun, dimeurz, dimerc'her, diriaou ha dirgwener, setu aze adarre tremenet pemp diwar zeiz !
Penoz ’ta ? Warc’hoaz neuze e tigouez ar zul, p’eo gwir ema hirio ar zadorn. Na pegen buhan ez a an deiziou en dro, eur pennad zo ; ha koulskoude netra ne deu. Netra ! netra ! Kaer gortoz am eus. Bervi a ran epad an deiz-Doue o c’hortoz eun tammig lizer da zont d’in eus kostez Pariz. Ne c’houlennan ket digantan beza hir-hir, keit hag ac’han da warc’hoaz ; ne glemmin ket ha pa ne vefe nemet eun dousen geriou warnan, gant ma vefe skrivet warnan : « Aotrou Fistoulik, plijet eo bet gant ar Gouarnamant roi d’eoc’h eur vedalen, evit anaout an oaz a gemerit da labourat evitan. »
Mez, Aotrou Doue ! Piou oar pegeit amzer a lako c’hoaz al lizer benniget-ze da zigouezout betek ennon. Muioc’h eget c’hoant am eus da gaout ar vedalen : ne ran ket kalz a forz peseurt liou a c’hellfe hi kaout : ruz, glas, gwenn, melen, moug, gwer, du, trilivet… Nebeut a dra eo al liou ! Ne ran ket kalz a van, gant ma teuio ar vedalen.
Va medalennig paour, dired davedon !… Skuiza ’ran o c’hortoz, ha penoz ne rafen ket ? Daou vloaz zo d’an nebeuta abaoue emoun o c’hedal, siouaz d’in ! Nag a liziri am eus kaset abaoue d’an aotrou « Prefet », d’an aotrou Baraz, hon « depute » ! Nag a baper gwenn am eus duet evit klask plijout d’ar Skouarnek, ar mestr-skol, evit dont a-benn da veza mat gant an aotrou Droch, mear ar barrez ! Ah ! tanfoeltr !… C’hoant am befe a-wechou da gredi eo deut ar Gouarnamant da veza dizanaoudek e-kenver e galoneka, e wella servicherien !
Bonjour, moucheu Fistoulik. Setu aman ho liziri, ha kenavo, moucheu Fistoulik, kenavo !
(Mont a ra er-meaz, hag e serr an nor war bouez, hep gouzout dare da Fistoulik.)
Setu aman eul lizer da genta. Eus Montroulez e teu ; gwelomp. (Dre ma lenn). — A ! ya, ya, Gwenole, va niz soudard, o c’houlen eun draïg bennak adarre digant e yontr madelezus, dek skoed, pe bemp lur war-nugent, ha pa ne ve ken, abalamour m’en deus bet galonsiou ruz ar c'haporal…
Gwenole, te zo o servicha ar Gouarnamant, bevet, gwisket, lojet. Peseurt ezommou all a c’hellfes c’hoaz da gaout ?… Ha ma n'emout ket mat gant ar Gouarnamant, distro d'ar gear da labourat. Dek skoed ? Da gousket, va niz ! Gra koraïz gant da c’halonsiou !
Setu aman, d’an eil, va c’hazeten. Arôk lenn anezi, e c’hellan lavaret n’eus netra warni nemet duig o tansal war gwennig, rak n’eo ket c’hoaz douget warni hanoiou perc’hennou ar medalennou. Setu aman, d’an trede, eul lizer. Digant va merour e teu. Petra ’n diaoul ema o klask adarre ? (O lenn) : « Va moc’h a zo strilhadet da vervel, ha n’eo ket eur souez, p’eo gwir e ra glao er c’hraou, hag ez a an avel a-dreuz ar mogeriou ! » — Gortoz, va merour, n’out ket gwasoc’h egedon ; me rank ive gortoz va medalen !
Hag evit achui, eul lizer all. Sell, sell, digant piou hennez ?… Eus Kemper e teu, am eus aoun ; gwelomp ha lennomp. — « Aotrou Fistoulik enorus, ha karet meurbet, ar blijadur am eus da roi d’eoc’h da c’houzout e plij gant ar Gouarnamant, (Ah ! va Doue, Doue !…), lakat da lugerni war ho peultrin medalen a enor al Labour-Douar, e testeni hag en anaoudegez vat eus kement ho peus great evitan. Kendalc’hit, hag ar Gouarnamant, hen kennebeut, n’hoc’h ankounac’ho biken ! Ha me, an aotrou Baraz, ho « tepute », a vezo eur blijadur ganin mont d’ho starda war boull va c’halon, daoust pegen dalc’het bennak ez oun gant va labouriou tenn ha grevus ; hag eun enor a gavin o vont da gas d’eoc’h ho tenzor prisius. Digouezout a rin en ho ti, warc’hoaz disadorn, a-benn an abardaez. Pourchasit eun tammig frikou, mar plij, ha va gwella gourc’hemennou d’eoc’h, aotrou Fistoulik meurbet karet hag enoret. Kenavo emberr ! Baraz, « depute ». — Ah ! lizer benniget, emout deut ! Emout o tont, va medalennig keit-all gortozet ! Arôk kuz-heol e welin ac’hanout ! Ah ! Pôtr al liziri, petra rin d’it ? — (O welet n’eus den ouz e zelaou) Sell, eat eo Jakou kuit. Ma ! red eo d’in pedi anezan da zont da goania ganeomp en noz-man… Mont a ran da bedi dioc’htu an aotrou mear, ar mestr-skol, va amezeg Yan Avalou medalennet bloaz a zo, hag unan bennak all.
Ya, ya ! va niz soudard, hanter-kant lur, n’eo ket tregont, a vo kaset d’it ! Va merour, eur c’hraou nevez a vo savet hep dale evit da voc’h, da vihana ma n’int ket eat en tu-all c’hoaz. Oh ! medalen, medalen !… Bennoz-Doue d’eoc’h, Gouarnamant, bezit fizians war Fistoulik, keit ha ma vo buez ennan !
Deomp buhan ha buhan da bedi ar vignoned da zont da goania. Mes arôk, em eus c’hoant da ober eun tammig katekiz d’am mevelien. — Hep, Lom Bitous, pelec’h emout ? Lom Bitous ! Deus d’am c’haout, ba buhan !
Setu aman, mestr.
Em eus aoun, e oas aze dilabour a-walc’h, n’eo ket gwir ? Dalc’h sonj mat, mignon Lom, e rankan me beza ar mestr em zi, hag hep mestr all ebet.
Ya, aotrou ker, sonj mat am eus ; abaoue m’emoun o tibri eus ho para en ho ti, e klevan ato ar c’homzou fur-ze o koueza diwar ho muzellou. Ya ya, c’houi eo ar mestr aman !
Mestr war gement tra a zo em ziegez, war va c’hezeg ha va zaoud, va c’hi ha va c'haz, ha warnout ive, dreist-oll, warnout ha war va zervicherien all. Rak me n’oun ket azen a-walc’h c’hoaz evit lezel kanfarded, evel ma ’z eo servicherien an amzer vreman, da c’hoari o fôtred vat, da foeltra va zammig peadra, ha da ober ar zod ac’hanon goude-ze. Nan, nan, n’oun ket c’hoaz kouezet er pec’hed-ze, rak diskenn betek eno, war va meno, sur a vefe pec’hed. Beza touzet evel se, a boan ma ’z eo mat kement-se evit va amezeg tost aze !
Evit ho kenderv Yan ? — Ya, aotrou ker, mes sonjit ive na pegen hirr eo diskouarn hennez, diskouarn ar Yan-ze e-kichen ho re : eun hanter goured hirroc’h, d’an taol izella. Redet em eus ar foariou, ar marc’hajou, ar goueliou, ar pardoniou ; bet oun alies-alies er frikojou, en eurejou, en ebatou, en nozveziou, en deveziou-charadeg, pe o terri terien, pe o vedi, pe oc’h endram, pe o tourna…
Ha goude, digouez da benn, pe e kolli da alan.
Kement-se zo evit lavaret d’eoc’h em eus gwelet
kalz a dud, ken gwazed, ken merc’hed, ken koz,
ken yaouank, epad ar seiz vloaz warn-ugent seiz
miz ha teir zizun abaoue an nozvez ma ’z ’oun bet
stlapet da yena war an tamm douar sklaset-man…
Sur a-walc’h, mignon Lom, abaoue ec’h eus gwelet meur a zen, ha goude ?
Mad ! Ha mar em eus gwelet meur a zen etre Beg ar Raz ha Roazon, diouz Eusa da Gastel Pol, azalek Keraez betek Gwened…
Sell, kement-all ec’h eus muzulet henchou ar Vro ?… Mes, en eur randonna evel-se e-giz eur wrac’h koz, diwall da lakat ac’hanon da goll va amzer. Ha goude ’ta ?…
Ya sur, meur a voutou-lergoad am eus uzet, penn-da-benn gant an henchou, ar gwenojennou, ar ribinou… ha c’hoaz da vihana pa n’em eus ket bet uzet treid ha divesker betek pennou va daoulin ! Ya sur, meur a nozvez eo bet red d’in kousket er c’hrevier, ha c’hoaz, da vihana, pa n’oun ket bet toulgofet gant kerniel ar zaoud hag an tirvi, ya, diwallet e rankan beza bet. Eur wech…
Selaou, mignon Lom, marteze n’em eus ket c’hoaz hel lavaret d’it betek-hen ; mes hirio, da vihana, digor mad da ziouskouarn : me ne fell ket d’in chom keit-all da dremen va amzer o selaou digant va zervicherien randonennou merc’hed koz dizemez. Da genta, oc’h ober kement-se, em befe diou wech koll, koll va amzer va-unan, ha lakat va zervicherien da goll ive o amzer. An dra-ze n’ez a ket kalz d’in, an dra-ze a c’helfe hepken marteze beza mat evit Yan, va amezeg tost. — Neuze ’ta, lez buhan da zont er-meaz eus da c’hourlanchen ar pez a zo o klask kaout an hent da zont er-meaz, pe ma ne rez ket, e weli.
Ya, aotrou kez, hep an distera fouge ennon, e c’hellan lavaret em eus baleet, ha redet, ha kerzet war droad ha war varc’h, war vor ha war zouar, pe araok pe adrenv, ha koulskoude…
Ha koulskoude petra ? Pod an dien ! Mignon Lom, na pebeuz teod gleb a zo o trei ez kenou ! Deus buhan ganti, pe me… rak gouzout a rez, pe ne rez ket, prez a zo warnon er mintin-man. Va marc’h Laouik a dle beza sterniet ouz va gwetur a-benn vreman.
Prez a zo warnoc’h, aotrou ker, ha gwir e vefe kemend-all ? Arabad d’in neuze dalea ac’hanoc’h pelloc’hik. Ha neuze, n’eo ket goulen diganeoc’h a ran, mes da belec’h emoc’h o vont ganti evelse ?
Pez divergont, her gouzout a ri arôk ma ’zay an heol da gousket hirio ; mes, a-hend-all, an dra-ze ne ket da stal eo, ha me garfe klevout diganit, me, ar pez e oas o klask lavaret d’in bremaïk…
Piou ? Me ? Aotrou ker ? C’houi ’gav e oan-me
war ar pare da lavaret eun hanter-ger bennak
d’eoc’h ? Evidon-me ne gredan ket, n’em eus mui
seurt sonj ebet.
Setu aze ! Pod an dien ! Debret eo ganit neuze ’ta ! Hirio ne c’houlennan ket krozal a-dreist muzul, mes ma vije c’hoarvezet kement-se dec’h, d’it e vije bet ar gwasa, mignon Lom.
Poan am eus ouz ho kredi, eur mestr mat eveldoc’h… Neuze emoc’h o vont da ober eun droïg da ziskuiza, e sklerijen an heol mintin ?
Da stal n’eo ket pez divergont, ha mar kendalc’hez ganin evelse, n’ouzoun ket ha me…
Aotrou ker, ne c’houlennan netra krenn diganeoc’h… Neuze ’rankan er mintin-man gwelc’hi an diri, kempenn an ti azalek al laëz d’an traon, faouta keuneud, ha…
Ya, hag ar buhana ar gwella !… Ac’hanta, p’eo gwir, mignon Lom, ne lavarez grik ebet eus ar pez e oas o klask drailha d’in, mont a ran da welet ha me gavo…
Ha c’houi gavo piou, aotrou ker ?
… Va amezeg amziod, va c’henderv furzod, Yan Avalou, rak c’hoant bras am eus d’e welet.
Ha ! ha ! ha ! Yan Avalou ! da glask Yan Avalou !
Perak c’hoarzez ken krenv ha ken difoutre kaer ?
Yan Avalou, aotrou ker, gwir e lavarit, setu aze eun amziod, eur furzod : ne ra morse netra egiz ar re-all. Bremaïk e oan war ar pare da lavaret d’eoc’h, sonj am eus breman, n’em oa morse gwelet diouskouarn ken hirr ba diouskouarn azen ho kenderv Yan !
Mad ! Lom Bitous, c'hoarzin diwar goust mignoned e vestr a zo fall fall evit eur mevel, ha difenn-grons a ran ouzit hiviziken dont da zigeri da c’henou evit drouk-prezeg diwar-benn va nez-amezeg, Yan Avalou. Gwelloc’h kant gwech e kavfen ac’hanout oc’h en em emellout muioc’hik eus da labour war-dro va ziegez.
Mont a ran buhan, ha kenavo ! (Outan e-unan) Aotrou Doue ! hag int a zo teodou fall en o genou, ar zervicherien a vreman !…
(Mont a ra er-meaz),
A zo mat da gaout, eun teod-fall ! Koulskoude me garfe gouzout petra zo kroget e… en e ben a-drenv. Sur a-walc’h, traou nevez zo gant ar pôtr-koz !
Me an hini zo o tistrei. N’em eus kavet er porz na gwetur, na marc’h, nag ar mevel Fanchik-Fall. Daoust ha n’ouzout ket e pe du eo troët Fanchik-Fall ? Ha setu aze c’hoaz servicherien ha ne vezont kavet nemet pa ne vez ezom ebet anezo. Dampret vo va ene, ma n’eo ket diwar an diaoul-koz an holl zervicherien a zo en amzer-vreman !
Aotrou ker, n’oun ket evit lavaret d’eoc’h da belec’h e vefe eat Fanchik-Fall. N’em eus gwelet liou ebet anezan abaoue ma ’z eo eat ac’halen en eur chokat eun tamm kreun, goude beza lounket e vanne « rouzik ».
« Tammou kreun ha banneou rouzik » !
An amprevan ma zo anezan ! N’eo ket dizonjet gantan na dibri nag eva ! Oh ! nan, tanfoeltr ! Ankounac'heat en deus hepken beza prest da zervicha e vestr !… Hirio ne grazan ket re, mez ma vije bet c’hoarvezet kemend-all gantan daou pe dri devez zo, Fanchik-Fall a vije bet er-meaz eus an ti a-benn ar c'houlz-man. Sell ! nav eur-heol war bouez nebeut !
Mont a ran en hent, war droad ; buhannoc’h e rin va zro. Ha koulskoude louza va boutou-ler a rin, rak war lerc'h ar barrou amzer-fall a zo breman, pri ha fler a zo kenan ac’han da di va c’henerv Yan.
- (En eur vont er-meaz).
Ah ! koz servicherien an amzer-vreman, gwelloc’h e vefe tremen hep o c’haout ! — Kenavo, mignon, Lom.
- (Mont a ra war e bouezig er-meaz.)
Ma ! Droug zo eat ennan. E pelec’h an tanfoeltr ive e chomm Fanchik-Fall da guzat ? Ar pôtr koz ne vefe ket pell evit sina d’ezan e baper. (Trouz)
Pep ! Savomp ! Piou zo aze ?
Mignon Lom, ankounac’heat em oa. Sur a-walc’h, a-barz ma vezin en distro, e teuio aman meur a zen ; mad, p’eo gwir an devez hirio ne dle ket digouezout bemdez, ro bep a lommig da gement-hini a deuio aman. Del ! setu aze alc’houez arbel ar gwin mat !
Sell, en eur zigeri an nor bremaïk, em eus sonjet gwelet ac’hanout azezet aze ; faziet em eus marteze, rak an den a fazi ken prim ha ken alies ! Koulskoude, mignon Lom, arabad e vefe d’it koll da amzer evel-se. Red eo labourat ha poania, poania ha labourat. Me an hini hel lavar, ha me eo ar mestr aman. Alo ! kenavo, mignon Lom, kenavo hep dale !
Kenavo ! Ya, kenavo, kerz da bourmen, pôtr koz ! Kerz da c’hwitellat kioc’hed war gribel Menez Are ! Biskoaz kemend-all ! N’oun ket evit entent petra ’c’hoarvez gantan. Sur a-walc’h, e vefe red lavaret ez eo strilhadet, Eun hanter-zac’had maliz a zo en e gorf, mez petra zo a nevez hirio an deiz ? Me garfe gouzout, p’eo gwir e lavar hirio ne fell ket d’ezan krozal nemet war bouez, p’eo gwir e lavar roi eus ar gwin mat da gement-hini a deuio aman ? Daoust hag-en e vefe o vont gant an ankou ?
(Trouz gant unan bennak o tont en ti.)
Sell, me gred ema adarre o tout war e giz, ar
pôtr koz !
Mad ! Mad ema an traou o vont en dro ; lez da ober !
Hag eus pelec’h emout o tont ? Ah ! Fanchik-Fall, me gred e ranki chench kalz da zoare ha bale eünoc’h gant an hent, da vihana ma ec’h eus an disterra c’hoant da uza kalz a vouteier en ti-man. Entent a rez ac’hanon ?
Sell ’ta ! Bremaïk, mar kendalc’hez da zermon ken brao, an aotrou person a vo red d’ezan lezel ac’hanout da bignat en e gador-brezeg a·benn disul.
Nan, Fanchik Fall, n’eo ket ar c’hoant sermon a zo warnon. Nan, tamm ebet ! Koulskoude, kaout a ra d’in e c’helfes beza bet prest bremaïk ha staget ar marc’h Laouik ganit ouz ar wetur, evit kas hon aotrou Fistoulik da di e genderv.
Da di piou ? Da di e genderv, Yan Avalou ? Lez da vont, daou vat e vezint, p’en em gavint o daou fri ouz-fri.
N’eus forz ! Ne gavan ket brao gwelet ac’hanout
o vont evel-se a-eneb an aotrou Fistoulik.
Penoz ’ta ? Ni a zo mevelien gantan, hag ar mevelien,
war va meno, a dle tremen diouz o mistri,
d’an nebeuta tremen diouto.
Tremen diouz ar vistri ? Poent e vefe !… Ha perak, mar plij, tremen diouto, ar vistri-ze ? Me lavar, me ! ar gwella mestr ne dalv ket ar falla mevel. Forz pegement a fallagriez a c’helfe kaout en e gorf, ar falla mevel a vezo c’hoaz eun hanter re vat evit mont da zervicha ar gwella mestr.
Sell ’ta, e pelec’h out bet er skol o tiski kemend-all a « langach » ? Me gave d’in koulskoude e oa dies ober eun doktor eus eun azen-gornek !
Te, Lom Bitous, war zigarez ma ’z out bet er skoliou gwechall o skuba ar bankeier gant da vragou, te eo brao d’it kaozeal. Mes me, paour kez droch, me a vije da neuze o tiwall ar zaoud ? Ha dre va fenn va-unan, ha n’eo ket er skol, an hini em eus disket eun tammig lenn, eun tammig skriva, ha kalz servicha ar vistri eus ar falla ma c’hellin ober.
Diwall, pôtr, na deufe ket da daol da vad ganit aman.
Ha perak ta ? Te ’gav d’it, Lom, eo en eur boania muia ma c’heller, en eur en em laza war al labour, e vez ar mevel ar gwella deut d’e vestr ? Tra, tra, tamm bet, pell ac’hano ! Me, gwelet a ri, ne rin morse netra evit plijout d’an aotrou Fistoulik, pell ac’hano, ha koulskoude me vo kenkoulz deut d’ar bourc’hiz hag e vezi-te.
Gwelet a rimp, ha mar karez e lavarin d’it penoz e c’hellimp gwelet an dra-ze : eun devez bennak a zo, em eus klevet an aotrou Fistoulik o lavaret d’e genderv, Yan Avalou, e kave d’ezan en doa re gant daou vevel ha penoz ne zalc’hje nemet an hini a blijfe ar muia d’ezan. Gwelet a rimp piou ac’hanomp hon-daou a c’hounezo.
Ya, gwelet a rimp ! An hini a gollo a baeo d’egile eur flipaden pewar gwenneg.
Ha sell ! E pelec’h ema va zammig envor ganin ? Pa glevan ac’hanout o komz eus flipadennou, e teu sonj d’in. Ar mestr, arôk trei kein, en deus gourc’hemennet d’in roi eur flipadennig eus e win mat da gement-hini a deuje en ti. Te, Fanchik-Fall, eo ar c'henta deut. Greomp ar peoc’h, ha deus da danva gwin ar mestr… An alc’houez a zo lezet ganin.
Penoz ? ar mestr peurvuia ken disfizius, ken piz, ken tost ouz e draou hag e arc'hant, en deus lezet ganit alc’houez ar gwin ?
Ya, red eo lavaret e vefe eat e dammig spered da c’haloupat bro, ha kollet e dammig penn gantan, ar paour kez aotrou.
Pe marteze c’hoaz ez eus deut eun nevezenti, eur c’helou mat bennak betek ennan hag a ra d’ezan diliamma e yalc’h.
Te oar eun dra bennak, Fanchik-Fall ? Gant
piou ha petra a teus klevet ?
Petra ? Piou ? Me ?… N’ouzoun netra, Lom baour, ha n’em eus klevet seurt ebet.
Nan ?… Marteze a-walc’h n’ouzout ket ive, p’eo gwir e lavarez. Koulskoude eus pelec’h emout o tistrei ?
Du hont oun bet o kovez gant plac’h ar person.
Hag out chommet berr, me lakfe, da gaout an absolven. Arabad d’it mouzat evit kement-se, va fôtr ; ha deomp da garga bep a werennadig, p’eo gwir ez oun mestr war an alc’houez. Klask diou weren dre aze, epad ma vezin-me oc’h ober va zro er c’hao o kerc’hat eur voutailhad hini mat. — Doubleviou ! E pelec’h em eus laket an alc’houez benniget ? Han ! Koulskoude ! Ne c’hellan ket kredi em beze debret ha lounket anezan, rak panefe-ze am bije poan-gof gantan !… Ah ! sac’h ar zoner ! Sell hag hen aman ! — Gortoz, pe vezin ket seizdaletoc'h gant va zro. (Mont a ra kuit, hag e klever anezan o c’hwitellat ton ar « Zouben al Leaz ».)
Mad ! Evomp ato eus gwin ar mestr da c’hortoz c’hoarzin diwar e bouez en abardaez-man — N’eus forz, me garfe gouzout peseurt digemer en deus great ar Fistoulik d’al lizer hon deus kaset d’ezan. Al lizer a zo great mat, p’eo gwir ganin-me eo skrivet, ha va mignon Mazo an Treut, mevel an aotrou Yan Avalou, en deus taolet anezan e toull ar « Post » dec’h e Kemper. Aoun am eus na vefe ket digouezet er mintin-man gant ar Fistoulik… Na me zo eun den, kement-se ; ne ket eun hanter-bugel ez oun ! Sinet em eus al lizer e hano hon « depute » Baraz ; hag ar Fistoulik Beg-bras, sod da staga, ha klanv da vervel gant klenved c’hoant kaout eur penn ruban, a lounko hag a zebro kement am eus laket war al lizer. Oh ! mall zo ganin da welet penoz e troio an traou… Piou oar ive ? Deut eo al lizer, pe n’eo ket ? Deut eo sur a-walc’h, rak setu aman kazeten ar mestr war an daol… Ar gazeten liou ruz-tan !… Sell ’ta, n’eo ket pôtr al liziri a welan o tremen dre aze ? (Mont a ra d’ar prenestr). Hep ! Jakou, Jakou ! — Mouez Jakou : Hag a nevez ? Eul lizer da gas d’an toull ?
Deus ato, Jakou, deus betek aman, deus ’ta.
N’eus nemedout, Fanchik-Fall ?
Deus ’ta, Jakou, deus ’ta, pôtr. Ha penoz emout ganti ? War wellât pe war fallât ? Deus 'ta pa lavaran d’it ; n’eus nemedoun aman.
Hum ! Gwelloc’h eo beza sur da genta, gouzout a rez. Warlene e oan bet gwelet n’ouzoun dare gant piou o koms gant an aotrou person. Ha dioc’htu, krak ! ez oun bet diskuilhet, ha kaset va hano da Gemper, da gaout ar « Prefet », Hag an tammig kresk a dleen da gaout war va faeamant a benn ar bloaz neyez a zo chommet a-drenv, siouaz d’am yalc’h louedet !
Ya, ya ! Dek gwech evit eur wech em eus klevet ar zorc’hen-ze diganit. Mes deus tre en ti e-lec’h chomm aze toull an nor, o korronki gant an avel da gonta randonerez mam-goz. Lavar dvin ’ta penoz emout ganti.
Me ? Penoz emoun ganti ? Etre fall ha mat, pe ma karez gwelloc’h, dalc’hmad etre mont ha dont. Va divesker, va breur paour, ar re-ze eo ar gwasa evidoun. An hi ni gleiz, hounnez a zo o laza ac’hanon. Va gwreg, skuiz o klevet ac'hanon ato klem-diglem, ne ra nemet terri va fenn d’in ha bouzara va diouskouarn o klask lakat ac’hanon da c’houlen eun devez bennak da ziskuiza. Ya, mes, me oar re vad, pa garin klemm pe goulen eun dra bennak, e vezo lavaret d’in mont da bourmen. Ha c’hoaz va brasa aoun eo na vefe diframmet va zammig bara diganin eus tre va ginou,
Alo ! Alo ! Jakou, paour kez Jakou, ha piou a gav d’it en defe ar galon da ober kemend-all d’it ? Den ebet n’en defe eun hevelep krizder.
Nan, den ebet ne rafe, mes ar Gouarnamant ne lavaran ket !
Ar Gouarnamant, ar Gouarnamant ! Eun eston eo na pegement a dud a glever o wall-goms anezan.
Oh ! Lez da vale ! N’eus forz penoz, ne lavarer ket diwar e benn an hanter eus an droug a dlefed lavaret, rak ar Gouarnamant, (n’eo ket drouk-lavaret eo a ran eus an hini a ro bara d’in), mes hennez eo ar falla mestr a c’heller da gaout.
Ar vistri-all n’int ket kalz gwelloc’h kennebeut. Mes piou eo ar Gouarnamant ?
Ha me oar, me ? Lod a lavar eo an holl : Per, Yan, Herve… Me gred, ar Gouarnamant a zo eur c’horf divalo ha ne gaver nemet pennou d’ezan, n’ouzer ket pegement, avad. Ya, pa vez eun draïg bennak da lipat ! Mes, a-hend-all, pa vez eun dra bennak da zelaou, pe da welet, ar Gouarnamant a zo eun aotrou bouzar-gloc’h, hep diskouarn marteze, eun aotrou dall-put, ha ganet hep daoulagad, piou oar ! Pa vez red bale, eo kamm, hep gallout flach na finval. Pa vez da gaout, oh ! neuze eo doun ha ledan e c’hodellou ; mes pa vez da roi, n’en deus mui na dorn na godel. En eur ger, ne gaver ar Gouarnamant nemet evit ober droug ouzoc’h, morse evit ober vad ; evit ober vad d’ezan e-unan ne lavaran ket !
Mez e pelec’h erna an aotrou-ze o chomm ?
An aotrou Gouarnamant, pe gentoc’h an aotrounez Gouarnamant, rak piou oar ped a zo anezo ? Lavaret a ran d’it, Fanchik-Fall, ar re-ze zo laboused treut hag e kaver anezo e pep lec’h ma ’zeus eun dra bennak da grignat. Alies, da vare kala-goanv, en eur ober va zroiou war ar maez dre aze, e welan ar brini-du-torch-pod o tiskenn war ar parkeier nevez-hadet, hag o krabat-diskrabat an tachennadou ken na c’hellont dont a-benn da denna ar greun war c’horre ; arabad d’it kredi e tiskennfe ar brini-ze war an hent bras pe e-barz al lanneg ! Mad ! Laboused treut ar Gouarnamant a gaver ive e kement lec’h ma c’hellont kaout da ziskrabat, mes eno hepken : arabad e kollfent o foan, ar re-ze !
N’out ket gwall-dener outo, Jakou ; ha me garfe anaout al laboused-ze. Daoust ha dre aman n’eus ket anezo ? Peseurt liou o deus ?
Dre aman zo sur anezo ; mes klask anezo, o c’haout, o diskuilh, aze eman an dalc’h ! Rak al laboused-ze o deus a bep seurt liou : koulskoude ar re liou-ruz eo ar stanka. Mez an neb en deus c’hoant e gwirionez d’o dizoloï, hennez a alian anezan d’o c’hlask e tu ar boued.
Dizoloet zo bet unan bennak ganit ?
Ah ! kement-se eo va stal. Te oar, me n’hellan
ket flepat a zeou, a gleiz : an nep a zo eveldon
dindan ar Gouarnamant ne c’hello morse bale re
eün, re zoun. Morse, a dreist-all, ne c’hello lavaret
re nebeut a gomzou. Ha peurliesa, elec’h digeri e
c’henou, e vefe gwelloc’h d’ezan, ober eur skoulm
pe zaou war beg e deod ; pe ma ’n deus arc’hant,
prena eur potailh, da gloza e vuzellou.
Ya, mes aman, kleo, n’eus nemedomp hon-daou etre ar peder moger.
Lod a lavar e klev hag e wel ar mogeriou a wechou, hep d’ezo kaout na skouarn na lagad.
Sotoniou ! Randonerez plac’hed koz, ha netra ken ! Lavar ’ta, daoust hag aman ar mestr n’eo ket eul labous Gouarnamant ?
An aotrou Fistoulik ?
Ya, ar Fistoulik, petra ’gav d’it ?
N’ouzoun ket kalz ; mes sonj am eus da veza bet diskuilhet abalamour m’oan bet…
Ya, abalamour m’oas bet o welet ar person ; hel lavaret a rez seitek gwech war-nugent evit eur wech. Mes breman an dra-ze n’eman ket e-barz.
Eo, eo, an dra-ze zo e-barz, er c’hontrol. Ha
d’it e lavaran, pa oan bet o kaout ar person, em oa
gwelet mont-dont ar Fistoulik, hag hen eur penn
outan !… Gwelloc’h e vije bet ganin kaout eun
hanter dousen chas klanv war va hent !…
Neuze ’kredez e ve bet fall a-walc’h ar Fistoulik…
Peoc’h war gement-se ! (Trouz gant Lom Bitous o tistroi en eur c’hwitellât ton « ar Pilhaouer. »)
Arabad d’it spounta. Lom Bitous, ar mevel all, an hini a zo o pignat eus ar c’hao. Neuze, Jakou, kalz a liziri oa er mintin-man ? Netra evit Fistoulik ?
Kalz a oa, ha muioc’h e vijen bet sammet c’hoaz, ma ’m bije ranket kas da bep ti kement hag aman. Fistoulik en deus bet e gazeten ha tri lizer.
(Outan e-unan) Tri lizer ? Va hini oc’h ober tri, emichanz. (Da Jakou) N’ouzout ket digant piou e teuent, al liziri ?
Unan a deue eus Kemper da vihana, rak hennez a oa war c’horre hag em eus sellet ouz ar ziel. Sell ! ouz skritur piou oa henvel ar skritur ? Ah ! ya, ouz da hini, Fanchik-Fall,
(War bouez) Ah ! ema d’in, lez da vale breman !
(Uhel). E c’helfe beza : skrituriou a-walc’h a
weler henvel an eil ouz egile. — Ha war e gazeten,
netra a nevez ?
Nan, n’em eus gwelet netra a bouez, netra a dalvoudegez ; gwir eo ive n’em eus ket gellet lenn anezi adalek an eil penn d’egile. Kleo, ema Lom o tont.
Foei ! Foei ! Foei ! war va zammig aotrou
Gant gwin e varrikennou !
Ac’hanta, Lom, pell a-walc’h out bet gant da dro. Daoust ha ne oa ket great ar gwin c’hoaz ? Digas d’eomp buhan eun tanva. Jakou aman a zo deut da glask e lod.
Oh ! te, Fanchik Fall, te vez ato prez warnout da lounka, gouzoug frank ma zo ac’hanout ! Korzailhen war ziskenn ! Ha te, Jakou, kemer eur banne ganeomp, p’emout aze. — Pell oun bet ? Gwir eo ive n’oun ket boazet da zisken er c’hao : aze zo doriou teir pe beder ; eun dibad am eus ranket ober. Morse n’em eus gwelet kement a voutailhadou, bihan ha bras, gwin ruz ha gwenn, jistr. Aman zo merket : gwin evit ar vignoned ; aze : gwin badezet da roi d’ar re hanter-vezvet ; du-hont : jistr evidoun, va-unan.
Ne vezez ket alies neuze er c’hao ?
Morse n’oun bet arôk breman ; morse n’eo bet an alc’houez etre va daouarn.
Petra a zo digouezet hirio gant ar Fistoulik neuze ?
O klask gouzout emomp. Bremaïk eo eat eus ar gear, laouen e-giz an heol en eur lavaret roi bep a vanne eus e win mat da gement-hini a deuje en ti. Biskoaz kemend-all !
Enn dra bennak a zo koulskoude, red eo kredi.
(O tisken teir gwerennad, war bouez.) Me oar, me ? C’hoarzin a raimp.
Alo, yec’hed mat ! Poent eo d’in mont en-dro.
Ya, savomp ar re man, ha bep a vanne all ne raio ket a zroug.
Mat eo, fidamdoustik, kalz gwelloc’h eget gwin ar Bornik, an hostiz a gaver lonched en e vanneou !…
Sell, e pelec’h ema va spered ganin. Eun dra e oan war-nez dizonjal : en eur c’horn eus ar c’hao em eus gwelet boutailhadou poultrennet o c’hof, ha skrivet a-us d’ezo : « Da eva, pa vezin medalennet. » N’ouzoun ket petra ar skrid-ze.
(War bouez.) Oh ! N’eo ket eston, keit ha ma ’z eo da ziouskouarn. Me oar mad, me.
Marteze eo digouezet an deiz da eva ar boutailhadou-ze.
Marteze ! Lakomp marteze, ha ne lavarimp ger gaou ebet.
Alo, pôtred, n’eo ket skuiza ganeoc’h a ran, mes
« Eur c’hard-eur ha daou
Ha setu an hanter-eur genta eat e-biou ! »
Me ive eo poent d’in mont e-biou. Kenavo ar c’henta.
Kenavo, Jakou, kenavo.
N’eus forz, lavaro an neb a garo hag ar pez a
garo, n’oun ket evit disonjal diouz ar pez am eus
gwelet skrivet a-us d’ar boutailhadou gwin koz
aze e korn ar c’hao.
Marteze e vefe gwelloc’h d’eomp lakat hor c’horf da ober eun dra bennak, gant aoun e tigouesfe ar mestr warnomp.
Petra eo ar geriou-ze, boulzeiz ? « Gwin da eva pa vezin medalennet ? »
Abarz gwelet petra da ober, mont a ran da azeza ha da ziskuiza eur pennadig.
Neuze ar mestr a zo o sonjal beza « medalennet », ha peseurt medalen, mar plij, ema o c’hortoz kaout ?
(Oc’h azeza e penn an daol war eur gador-vrec’h.)
Setu aman eur gador hag a c’heller azeza warni. Ar Fistoulik, gwechall p’edo o labourat douar duze, e Kerc’hwitel, n’en doa ket eus ar seurt kadoriou. Neuze ec’h azeze goude koan war ar bank-mean e kichen treujou an ti, evit mogedi e gorniad butun. Rak neuze n’edo ket c’hoaz deut da aotrou ; e zaouarn a oa kalet ha rouz d’an ampoent. Abaoue ma ’z eo deut da vourc’hiz, ne ra ket kalz a dra, nemet azeza aman war ar gador-man, ha chacha war ar « sigar », mar plij : ne gav ket mat ken ar c’horn-butun. Sell ! e pelec’h ema ar « sigar » dre aze ? N’eo ket pec’hed-bras sikour ar mestr d’o devi : e pelec’h emaint ?
Ha peseurt medalen ’c’hellfe kaout ? Ar vedalen a enor ? Nan, ne vez roet nemet d’ar zoudarded pe d’ar vartoloded ; ar mestr, gwir eo, a zo bet e brezel dek-ha-triugent, o kaout anoued du-ze e Kamp Conly. Mes abaoue zo pell. En amzer vreman, gwir eo, e vez roët kalz a vedalennou, n’ouzer dare evit petra.
(Kavet ar « sigar » gantan, e teu da azeza en dro). Mad ! Setu aman unan deo. Prim, tan warni ha moged !
Chom a ran berr da zonjal peseurt medalen a c’helfe kaout. Gwelomp ha traou nevez zo war ar gazeten. (Azeza ’ra ive ouz an daol.)
(An daou vevel a zav hag a guz kazeten ha « sigar »).
Ah ! Va mignoned, mad ez a an traou, mad e tro ar bed. Na me zo laouen an tamm ac’hanon ! — Sell ! em eus aoun, emoc’h dibrez ha dilabour ! Respont, Lom, petra e oas oc’h ober ?
Me, feiz d’am mestr, en eur c’hortoz ac’hanoc’h da zistroi, e oan o… o… oc’h ober…
Oc’h ober petra ?
Netra, mestr !
Divalo, divalo ! Diwall da louedi ha da vergla. Ha te, Fanchik-Fall ?
Me oa o sikour Lom Bitous, aze.
Divalo, divalo ! Diwall da louedi ha da vergla, rak an diegi a zebr an den, e-giz ar mergl a zebr eur benveg houarn dilabour. Petra eo ar vogeden a zo o nijal dre an ti aman ?
Ah ! ya, ranket em eus ober moged, kement a gelhien a oa o fraoual dre an ti.
D’ar mare-man eus an deiz. Hag ar paper ze dindan an daol ?
Sell ’ta ! ho kazeten ! Ma ! ma ! me zo sur, ar c’haz a zo bet ganti !
Alo ! Alo ! Na lavarit ket a zroug eus va c’haz, ar furra loen a zo en ti-man. Me gav d’in, eur c’haz daou bao an hini a zo bet ganti war he zro. Eürus eo d’eoc’h ho-taou, ne fell ket d’in krozal en deiz a hirio. Na pebez devez kaer !
Eman o tont !…
Tenval eo an amzer, koulskoude.
Tenval an amzer ? Ha pa vefe, ar c’haera devez eus va huez eo ! Buhan, mignoned, red eo en em drei en eun tu bennak. Tud a deuio hep dale d’am gwelet : red eo netaat dre aman. Gwelc’h an daol, Fanchik-Fall ; ha te, Lom Bitous, deus ganin d’am c’hao da welet penoz ema va boutailhadou gwin koz.
Ar re zo da veza evet, mestr, pa vezoc’h medalennet ?
Hirio ’vezint evet, rak an deiz a zo digouezet. Ha c’houi ho-taou ho peus ho lod da gaout. Oc’h ober eun toulladig pedadennou oun bet. bremaïk. — En abardaez-man, e vo koan vras hag evadeg. — Deomp d’ar c’hao, Lom ; gwelc’h an daol, Fanchik-Fall. (Mont a ra kuit gant Lom.)
Oh ! Oh ! Oh ! da vervel e vo o c’hoarzin en noz-man ! Fistoulik paour, klanv gant klenved ar medalennou !!!…
Azezomp eun tammig da ziskuiza. — Warc’hoaz ema ar zul, hag ez in d’an ofern-bred, eur vedalen ouz va skoaz ! Va c’henderv Yan Avalou ne vezo ket muioc’h enoret egedoun. Ar person, hiviziken, a ranko sellet ouzin. Ah ! setu aze unan c’hoaz hag en deus great brao va stal, ar person ! Da vare an « invantor », e oamp en em glevet hon-daou, pôtr ar Gouarnamant ha me, evit mont eun abardaevez da furcha an iliz ha da verka petra zo enni. Mes, malloz ruz ! ar person a oa en iliz ; neuze e lavaris da Bôtr an « Invantor » ober van da vont da govez : mont a reas dioc’htu betek an toull-du, hag ar person kerkent e-barz evit selaou konchennou an aotrou. Mes me oa tost war-lerc’h, ha ker buhan m’edo er gador govez, e prennis an nor warnan : Ah ! Ah ! person, e-barz emout, chomm e-barz keit ha mar kari. Pôtr an « Invantor » a c’hellas brao ober tro an iliz, hag a brometas stard roi ar vedalen d’in. Hirio e teu ar vedalen, ema-hi en hent marteze, ar vedalen venniget !
Ar person ne glevas morse piou a brennas an nor warnan, ha warc’hoaz genta pa welo ar zeizen ganin, sur awalc’h e teuio da ginnig d’in e c’hourc’hemennou. Rak me zo e giz-se ! Me zo mat gant an holl : mat gant ar mestr-skol, mat gant ar mear, — a-benn an taol kenta e kemero ac’hanon war e listen, — mat gant an aotrou Baraz, hon « depute » ; mat ha mat e rankan beza gantan zoken, p’eo gwir e priz gantan dont da vedalenna ac’hanon d’am zi, hen hag en deus kement da ober, ar paourkez den ! Truez am eus outan ; ha pegement eo paeet evit e labour ken grevus du-ze e Pariz ? Netra a boan, kouls lavaret ! Eun taol a bemp mil skoed hepken ! Petra eo kement-se e skoaz e labouriou ? Netra, netra, nemet eur blouzen e-kichen eur bern-plouz. Paour kez « depute » ! Da vihana, red eo d’in ober d'ezan eun tammig frikou, p’eo gwir en deus ar vadelez da zont d’am zi.
Eur vouez er meaz. — Digor, mat plij.
Ma Doue, ma c’halon baour ! Hon « depute » marteze ! — Mont a ra da zigeri an nor, en eur lavaret : C’houi an hini zo aze, aotrou kez ; daoust ha deut eo ganeoc’h ?
(Job Saout o tont en ti, eur panerad kig war e skoaz.)
Ya, Fistoulik, me zo aman, ha deut eo ar c’hig ganin !
Ah ! daonet ! Ar c’higer, Job Saout.
Mes petra ’beg ennout ? Lavaret aotrou d’in-me ? Gwechall pa oas du-ze o labourat douar e Kerc’houitel ne veze ket lavaret aotrou d’in ganit-te ! Tra, tra, pa vijemp, te o werza, me o prena eul leue-bihan, pe eul loan-korn bennak, neuze ne oas ket gwintet evel breman. Gwir eo ive, abaoue e teus chenchet giz ha troët da… da lost e bourc'hiz… O c’hortoz eun aotrou bennak emout Fistoulik, p’eo gwir e kemerez kemend-all a gig ?
Ya, kompagnunez da goania ! Sell, red eo d’it dont ive, Job Saout, ha sur avad.
(Outan e-unan). — Bouldachou ! Ha n’eus deut ganin nemet kig hanter fall ! Kig eur c’hoz bioc’h ugent vloaz drailhet he gar ganti o vreskin !
(Uhel). — Ma ! Fistoulik, dont a rin evit ober plijadur d’it.
Deut eo ar c’hig ganit ?
Ya, ya, pemzek lur zo dioutan, ha tammou brao c’hoaz.
Mad ! Kemer eur banne hini krenv, neuze, ha bale da gas da banerad kig en tu-all. Plac’h-bras « Hotel ar Yod » a zo deut evit aoza koan d’eomp. Ne vo ket fall ar geusteuren, a gredan, rak hounez a zo boazet da farda traou lipous !
Neuze, kenavo en abardaez-man, Fistoulik ; kenavo.
Kenavo, Job Saout. (Heman a gerz en tu-all gant e gig.) — (E-unan.) Kerz da welet adarre, setu aze unan muioc’h da voueta ; mez hirio arabad sellet ken piz hag all ouz an dispignou.
Selaou ! Unan all bennak adarre o skei war an nor. Dél ! Ha dres ! p’edon o vont da welet penoz ema an traou o vont en-dro gant plac’h-bras « Hotel ar Yod ». N’eus forz, gwelomp da genta piou zo aze. (Digeri ra an nor.)
(O tont en ti, diskabel, eur re lunedou war beg e fri.) « Bonjour, mon très honorable et honoré Monsieur Fistoulik. »
Ha d’eoc’h, aotrou ar Skouarnek. Mes, evit d’eoc’h beza skolaer, hag, eun toullad bloaveziou a zo, war ar vicher, c’houi oar c’hoaz ar brezoneg madik a-walc’h, ha me n’oun ket re zispar war ar galleg. Kent-se deomp ganti e brezoneg, mar plich. Roit ar « vioc’h » d’in, mez deomp ganti e brezoneg.
Oh ! grevusoc’h eo an traou eget ne gav d’eoc’h. Pa gomzer brezoneg ouzin, e rankan selaou gant va skouarn gleiz ; va skouarn zeou a oar galleg, latin, gregach ha saosneg ; mes n’he deus ket gellet morse entent ar brezoneg. Komzit pa geroc’h.
Penoz ’ta ? Me zonje d’in, c’houi eo an hini ho poa c’hoant da goms ouzin, p’eo gwir e teuit d’am c’hlask.
Ah ! ya, ya, gwir eo. Na me zo divemor eur pennad zo ! N’ouzoun ket da belec’h ez a va zammig envor ken alies da bourmen.
N’ouzoun ket eo ; da vihana arabad d’eoc’h dizonjal ez oc’h pedet da zont da goania ganin ha gant hor mignoned en abardaez-man.
Aoun ebet da gaout war gement se ! Bremaïk a zo deut da sonj d’in hag, evit beza dizoursi dioc’htu, em eus kaset pôtred ar skol da c’hoari d’ar gear. Er gear emaint kerkouls.
A zo mat, Skouarnek ! Arabad derc’hel re war ar vugale geiz-ze ; morse ne vezint dalc’het re nebeut, morse !
Ar wirionez a zo deut aze ganeoc’h, Fistoulik,
hag emoun o klask lakat ar Gouarnamant da zifen
skoliata ar vugale da zul, da veurz ha da yaou.
Koulskoude aoun am eus na c’helfen ket dont a-benn
eus va zaol ; n’eus a du ganin nemet kalz eus
ar vistri-skol ha lod eus ar vugale.
Pedit hon « depute » Baraz da zikour ho koulen.
Ya, setu ar pez gwella am eus da ober, ha ma ne deu ket va zaol da vad, ne vezo den all ebet da damallout nemet « Pôtred o lostennou du », enebourien ar Gouarnamant, kement hini zo anezo !
Dont a ra ive ar wirionez ganeoc’h, Skouarnek.
Pôtred an ilizou, piou muioc’h egedoun-me en deus da glemm diwar o fouez, ya piou, me garfe gouzout ? Selaouit mad ac’hanon, Fistoulik, bloaz a zo em eus klevet sermon ha pateriou forz pegement digant an « inspektor », abalamour ne grogen gant va skol nemet da zek eur eus ar mintin, elec’h ober da eiz eur, ha da ziv eur hanter eus an abardaez elec’h da eun eur. Gwir e oa kement-se…
Eur stall gaer avad, Skouarnek, ha pa vefe gwir hag an holl. Ha da biou a ree poan-gof an dra-ze ?
Ha gant piou e oa kaset ar c’helou betek an « inspektor » ?
Forz penoz, n’eo ket ganin-me na ganeoc’h-c’houi.
Gant piou ? Kant sac’had malloziou, ya, gant
piou hepken nemet gant ar person ?
Fall a-walc’h eo evit ober.
Gwasoc’h c’hoaz ! Warlene em oa kaset eun dousen eus va fotred skol, (eun dousen vat c’hoaz, trizek oa anezo), da glask kaout o « certificat d’études » hag ar re wella c’hoaz. Ma ! Kredit mar kerit, ped anezo a zo bet digemeret ?
Feiz, Skouarnek, n’em eus ken sonj.
Me am eus, me. Hini ebet ! Hini ebet ! Ma n’eo ket mez ar chas, hini ebet diwar drizek ! Gwir eo ive ar re genta anezo a ouie lenn tostik e-giz eur marmouz, ha skriva damdost evel eur c’haz.
Ha neuze ’ta, eur pez kaer c’hoaz !
Ha piou ken nemet ar person ?…
Koulskoude, Skouarnek, me gave d’in ar veleien n’o doa netra da welet er skol na war ar « certificat d’études » ?
Gevier, Fistoulik, gaou ! gaou ! Hag an nep en
deus digoret e c’henou frank awalc’h da lavaret
an dra-ze d’eoc’h, hennez zo eur gaouiad ha n’eo
ket maro war e genta gaou, mar deo beo c’hoaz !
Me lavar me, ma talv ar boan selaou ac’hanon, me
lavar, ma ’z eo bet laket va fôtred e renk an azenned,
me lavar n’eus da damallout nemet ar… person !
Oh ! kredi a-walc’h a rafen ; Skouarnek paour. Ha koulskoude petra an diaoul en deus ar person da damallout d’eoc’h, c’houi hag a weler « bep sul, bep gouel en oferen ».
Gwir eo e chommit e-tal ar pinsin dour biniget ; evit beza primoc’h er-meaz. Gwir eo ive, e-doug ar zermon ez it gant eun toullad lakizien all da c’hlaouri dirak chopinadou an hostizien. Mes eun dra gaer c’hoaz, kement-se ; eun dra gaer ! War gement-se, tanfouich, ma n’oun ket bet gwelloc’h, ha koulskoude me zo deut mad d’ar person, mad eus ar gwella ; mes d’ar c'hure ne lavaran ket.
Mar kerit me lavaro d’eoc’h ar rak hag ar perak. Pa vez ar veleien o kestal, alies em eus klevet diganeoc’h e roït d’ar person eur c’hroueriad mat a winiz, eur pez daou skoed, hag eur banne hini-mat, elec’h ar c'hure…
Oh, ar c’hure ? Pa deu hennez aman, e kav bep gwech fas koad ha dor brennet.
Ha neuze, peoc’h war ar c’hure. Ah, setu aze eun ibilh ! Daoust ha n’en deus ket laket en e benn en em emellout eus ar « politik » ? Ha brao c’hoaz. kant sac’had malloziou !
D’ar votadeg diweza, Fistoulik, ez oun bet devet
gantan. Evel kustum, da vare kreisteiz, ne jomme
nemedoun war-dro ar voest ; ha bep taol e oan boazet
da denna er-meaz diouti teir pe beder dousennig
bilheji a-enep d’eomp.
Sell ’ta ! Kenta klevout, Skouarnek, ha penoz traou evelse ?
N’eo ket dies ober. Gant diou vrochen da ober stamm, pe gant va fluen, pe gant n’eus forz petra, e tennen bilheji er-meaz, eun toullad ; hag, en o zouez, ar re a blije d’in a vije taolet en-dro en toull, hagar re-all, kuit er-meaz da bourmen…
O ! Skouarnek, ha koustianz ive ?
Koustianz ? Koustianz ? Geriou, ha nemet geriou goullo, netra dindanno ; n’eo ket evel bara, kig, krampouez, « lagout » ; ar re-ze a zo ouspenn geriou !
Ya, al « lagout » da vihana ! — Ha neuze gant ma c’heller digouezout, n’eus forz dre be hent, n’eo ket, Skouarnek ?
Me ’gav d’in, Fistoulik… Dont a-benn, eno ’ma an dalc’h, hag eno nepken ; gra ar pez a gari, er c’hiz mar kari, gant ma teui a-benn eus da daol ; evit ar votadeg, dreist pep tra, kement-se zo gwir. Evit kaout an tu gounid, arabad krena evit savarat, bleujal, skei zoken ; arabad skrija na heugi evit paea « lagout », « odivi » pe « stodmarc'h » egiz ma kari henvel an ampoezoun melen ze, evit leunia o bariken d’ar roullerien, hag o c’harga betek ar beg, ken na deuio er-meaz dre ar fri hag an diouskouarn mar bez red. Meur a hini a c’hourvezo er foz, hanter-varo gant o c’hofad, hag a gousko eno epad o nozvez, evel eur penmoc’h, (resped d’eoc’h), nemet dont a rafe ar wreg d’o c’herc’hat d’ar gear ; an dra-ze ne ra netra, gant ma ’z omp deut abenn da dapout o mouez diganto. Mouez ar mezvier zo enni kement a bouez hag hini n’eus forz piou, ha pa vefe ar mestr-skol, pe ar person !…
Evit kaout an tu war-c’horre, ma n’eo ket awalc’h al « lagout » nag an taoliou daouarn evit dont abenn, neuze eun dra all zo red. Neuze arabad kaout aoun da laerez moueziou endra ma c’hellomp. Me ha va zud, ugent vloaz zo e vijemp bet stlapet er meaz, ar votez en bor penn-adrenv en eun tu bennak dindan ar c'hein !… Sell ! Droch, ar mear aman, me zo sur n’en deus ket morse eur c’hard eus moueziou ar barrez : me, me eo an hini a daol er voest bilheji e listen, a zornadou, hag a frap er-meaz ar moueziou a-enep !…
Koulskoude ive, Skouarnek !…
Aze n’eus netra ebet da lavaret. Red eo sikour ar « parti », hor c’hostezen, e doare pe zoare, e « mod pe vod », hag an doare ar gwella, ar furra, ar surra, ma n’eo ket an enorusa, eo laerez ar moueziou. Na gwelet na klevet, hag ar stal zo great ! Setu e lavaran d’eoc’h ar pez am eus great betek an taol diweza ; er wech-man c’hoaz, da greisteiz, e oan da vad adarre o poania da glask tenna bilheji er-meaz eus ar voest pa zigouezas…
Ar c’hure ?
Ya, ar c’hure, mignon Fistoulik, ar c’hure da spounta ac’hanon. Hag ar pez dilabour-ze zo chommet em c’hichen d’am diwall ac’han m’eo bet digoret ar voest !…
Han ! Gwelet ho peus c’hoaz ! Neuze ho peus ranket chomm fur ?
Fur ouz red ! Mez war ar glaou e oan azezet ; aoun am oa, sellit, aoun am oa ken na grenen o klask gouzout piou a c’hounezfe. Ma ! deut omp adarre koulskoude a-benn da veza hanvet gant teir mouez muioc’h. Ha penoz c’hoaz ? Abalamour epad an oferen-vintin em boa laeret eun daou-ugent mouez bennak. Hiviziken e rankin labourat d’ar mintin, abalamour d’ar c’hure.
Droch, ar mear, a gav d’ezan koulskoude e c’hounezomp… penoz lavaret ?… dre an hentchou eün.
Droch a zo diskiant a-walc’h da staga. Pa gomzan d’ezan eus va zaoliou kaer, e lavar d’in krenn ha krak : « Paour kez Skouarnek, emout adarre o fougeai ! » Oh ! Fistoulik, lez da vont, paneve ar « parti » pell zo n’am bije ket finvet ; gwelloc’h e vije bet ganin mont da c’houeza en eur zac’h-biniou ! Mes ar « parti » dao eo difenn anezan, a-enep ar c’hure zoken.
Gwelet a rit breman perak n’omp ket mignoned
ar c’hure ha me.
Ha petra ho pefe evit poania da zikour ar « parti » ?
Nebeut awalc’h a draou : Droch en deus prenet diou varikennad gwin, hag a wechou e ro d’in eun tanva. Mat a-walc'h eo ar gwin, nemet blaz ar re nebeut a zo gantan. A-wechou all, d’ar zul da noz, e vezan pedet da fest ar yar, gant Keben. gwreg ar mear.
Ha me n’oun ket bet morse pedet, kemend-all a roan-me da lounka koulz da Zroch eget da Geben !
Droch a lavar a-wechou en defe diegi o tigemeret ac’hanoc'h en e di, abalamour d’ho poutou-koad, koc’h-saoud oute alies !
Ar wirionez eo a-wechou. Droch a c’hellfe koulskoude diverrât e deod, rak pep gwirionez n’eo ket mat na da lavaret na da glevet. Mes peoc’h hirio !
Ar pez gwella ’gavan eo kaout digant ar « Prefet » a-wechou kant lur, a-wechou daou ; betek tri c’hant lur am eus bet evit votadeg hon « depute » Baraz.
Digant Baraz ?
Tra ! Tra ! Baraz e-unan a zo re biz. Nemet komzou flour ha melus n’em eus bet ken digantan ; an arc’hant a deu eus perz ar « prefet ». (Fistoulik o klask mont en tu-all). — Selaou ta, Fistoulik.
N’eo ket skuiza ganeoc’h a ran, Skouarnek, mes mall bras eo ganin mont da welet penoz ema an traou gant plac’h-bras « Hotel ar Yod », gant aoun e tizonjfe eun draïg-bennak… Ha neuze en abardaez-man e c’hellimp c’hoaz kaketal hor gwalc’h. Kenavo, Skouarnek…
Ya, ya, kenavo bremaïk ! (hag er-meaz).
N’eo ket re abred ! Great e oa va zonj ganin e vije chommet aze da ober gwriziou e-barz al leur-zi !
Hep ! Fistoulik, selaou ’ta !
Petra zo torret adarre ?
Amzer fall a zo da gaout, a-barz pell ac’han, rak en eur zont aman e oa eur vran war an hent, ha breman e welan ar person du-hont. Amzer fall a zo da gaout !…
E c’helfe beza, ha kenavo ! (Serret an nor gantan). — Nag a randonerez ! gouest da lakat ar furra den da zodi !… Gant tud a zo e ranker kaout amzer da goll ha madelez da zispign… N’eus forz, red eo d’in anzav ouzin va-unan ez eo ar « politik » eun dra « difesoun », ha n’eo mat nemet da lakat tud, mignoned a-hend-all, d’en em zebri, da vont en egar an eil ouz egile ha, paneve va medalen, n’eo ket me a vefe sod a-walc’h… Mad ! Breman p’emoun va-unan, deomp da… (Trouz gant unan-bennak o skei war an nor).
Mouez Herve Goz an Ti-all. — Pep ! pep ! den ebet ?
(En eur zellet dre doull an alc’houez). Piou adarre ?… Oh ! siouaz ! Herve-Goz an Ti-all o tout da derri va fenn d’i, gant e deod gouest da vouzara tud !
Den ebet aman ? Hag eat eo an dud da gousket ?
Gortoz, tonton Herve, mont a ran da lavaret da Fanchik-Fall dont d’en em emellout ouzit.
Mont a ra en eur redek en tu all, hag e klever anezan o lavaret d’e vevel :
Fanchik-Fall, kerz buhan da zigeri da Herve an ti-all, rak anez e teuio abenn da derri an nor. Ha kerz buhan !…
Gwelomp petra ’glask heman c’hoaz.
(O tont en ti, harpet war eur penn-baz). Doue
r’ho pennigo !
Bennoz-Doue d’eoc’h, tonton Herve ! (War bouez). Da vihana, mar karfes mont alese gant an diaoul war e gerniou !
Skuizet e oan en ti du-hont, abaoue kreisteiz, hag e teuan da lakat eur c’hornadig butun aman evit gwelet an dud. Sonjal a reen n’oa den ebet, rak bremaïk ez eus bet eur pao ur kez aze e-harz an nor, hag a zo eat kuit hep netra. Gwir eo, da vestr a zo divalo da roi an aluzen. Eur c’hure a zo bet er barrez-man hag a lake ar gristenien da ouela dourek bep tro ma pigne er gador. Ma ! kaer en deus bet prezek ha teuler er-meaz, prezek ha dibrezek a eneb an « avaristed », chommet eo bet berr da lakat Fistoulik da roi eun aval-douar kri en aluzen d’ar paotr !
Eur gaou a zo deut aze ganeoc’h, rak bremaïk en deus roët daou wenneg d’ar paour a oa aman.
Chê ! N'ouzoun ket penoz !… Marteze a-walc’h, ha koulskoude me ne fazian ket gwall-alies. Me oar petra dremen en ti-man, damdostik, kouls hag en tier all. Sell, el lec’h-ma-lec’h ema izelik an dour ; an nep-ma-nep a brenefe loaned en e graou, mes e yalc’h a zo kevnidet, an diaoul e-barz, siouaz d’ezan !
Me gave d’in e teuec’h da lakat eur c’hornadig ?
Ya, gwir eo, Fanchik-Fall. Sell ’ta, n’e ket drouk-prezek eo, mes gwreg ar c’hloc’her eo koulskoude rok an tamm anezi, eur goz « Vari Beg-arok ha Fri-furch ». Ne c’heller ket koms bemdez outi, mar plij ganeoc’h. Hag evit Marianna Kervarc’h, mar karfe terri nebeutoc’h a fritadennou viou, ne’z afe ket he stal da netra evel breman. Pa vezo mad an avel a du, Fanchik, n’e teus ket nemet sonjal a belec’h e tinij ar c’houez-vad !…
N’eo ket skuiza ran ganeoc’h, mez bremaïk e vo Fistoulik oc’h hopal warnoun, rak labour a zo hirio n’eus forz pegement.
Oh ! gwir a-walc’h e c’hellfes lavaret, da vestr a dle hopal. Sell ’ta, pôtr paour, daoust ha n’e teus ket klevet hano diwar benn « Santig », mab an Hostiz-teo, an hini a oa war ar studi da vont da veleg ?
Nan avad, petra c’hoarvez gantan ? Daoust hag-en ne vefe ket yac’h a-walc'h ?
Yac’h a-walc’h, hennez ! ne deo nemet re yac’h, siouaz ! Ar sklavakoun-ze ! Me am eus klevet en deus taolet a gostez leoriou ha sae-zu, ha lavaret kenavo d’ar velegiach, evit mont da fusta bro, eun tu bennak du-ze war-dro Pariz. N’eo ket mat lavaret traou eus an dud, gouzout a ran ; mes va c’hreden eo bet evit ar wech e trofe hennez da fall ! Asa ! pa’n em gave ganin, a-boan ma respounte ouzin ; ne oan ket evit klevout netra digantan.
Marteze eo eat da welet kerent pe vignoned ?
Marteze a-walc’h, egiz ma lavarez. Dale ’ran ive ac’hanout Fanchik-Fall ; mont a ran…
(Izelik) — Mar karfes mont sur, pôtr koz ! — (Uhel). — Hag ho kornad-butun ?
Bez dizoursi, en em gaout a reio d’e boent.
Ah ! boulzeiz ! e oan o vont da ankounac’hat eun dra bennak evidout !
N’am bije ket kollet kalz a dra, me gav d’in.
Gouzout a ran avad n’ez afes ket da embann ar c’helou-ze. Gwreg Droch, hor mear, a oar en em vezvi aliezik gwech pa c’hell kaout he zu…
Ya, gouzout a ran. Klevet em eus e kargas re he c’harr disul diweza, ma torras an aël ganti ha ma rankas kousket er foz. Setu aze petra eo eva daou pe dri banne « lagout » a re !… Mes, eur wech c’hoaz, n’eo ket skuiza ’ran ganeoc'h, tonton Herve, koulskoude kalz labour zo hag ar mestr…
Ya, gwir eo. Koulskoude am boa c’hoant da ober eun dro vuan. Eun hanter-ger c’hoaz ! Evit doare, hervez ar pez verk ar « C’hourrier, » eo trenket ar zouben er Marok, hag ez eus lazadeg eno adarre.
N’oc’h ket bet morse betek duze, tonton Herve ?
Morse ! An dra-ze, ar gear-ze zo e-kichen Toulon, ha, piou oar ? pelloc’h c’hoaz marteze. Eun niz d’in a zo bet eno pa oa gant e amzer war vor. Tomm eo du-ze, emezan, hag an dud eo tenval o liou, hervez am eus klevet ha lod anezo a zo lostek egiz diaoulien. Ne souezan ket ha pa vefent, rak kredi a-walc’h a rafen ema an ifern tost dre eno… Neuze ’ta, Fanchik, n’ouzout ket petra c’hoarvez hirio gant Fistoulik da vestr ?
(Goustadik.) — Oh ! na pebeuz fri arôk !
(Krenv). — Netra emichans ?
Eo, eo, va fôtr paour, eun dra bennak a c’hoari gantan. Kleo ’ta, n’eo ket kig eo bet ar c’higer o tigas aman ?
N’oun ket evit lavaret d’eoc’h.
C’hoant lavaret n’a teus ket. Oc’h ober petra eo bet ar Skouarnek keit-all aman ?
Oc’h ober skol d’am mestr, ne ket gwir ?
N’ouzoun ket, mes karet a rafen gouzout.
Hag ho kornad-butun, tonton Herve ?
Ya, arabad d’in dizonjal warnan. Gouzout a rankan…
C’hoariomp « mouchik-dall » gant an pôtr-koz !
(Mont a ra da c’hourvez penn-da-benn war lufern an daol).
Gouzout a rankan koulskoude arôk an noz. Sell ’ta, Fanchik-Fall, n’e teus ket klevet hano pell-zo ? — Hep ! pep ! va zan o klask mervel ; sachomp warnan — ya, eus ar bôtred-vat, — mervel a reio, pe ne reio ket ? — ya, eus ar re zo bet o tistaga eur c’hrog-houarn, eur c’hrogad, en em ganna e-tailh da nosvez ar pardon ? — Ne varvo ket, tân a zo ! — Unan anezo oa bet hanter-droc’het d’ezan daou viz gant dent unan all ; tri pe bevar oa roget o dilhad warno, kement se…
(Distroi a ra evit diskouez pegement)
Sell ’ta, da belec’h eo eat an amprevan-ze, hag hep lavaret ger ebet c’hoaz, mar plij ?
Boulzeiz ! N’ouzoun ket peseurt yaouankiz a zo breman. Gwechall ne oa na plac’h na mevel ha n’en dije dilezet forz peseurt labour evit klevout keleier ha marvailhou. Ha breman ? E skuizont o selaou. Arôk pell amzer ne gavin den ebet mui da gonta d’ezan an traou nevez. Deomp d’ar gear neuze ; mes daoust ha chomm a rin berr da c’houzout petra c’hoari gant Fistoulik ? Kenavo, tud an ti-man. (Mont a ra kuit).
(War bouez). — Ya, kenavo, lustrugen, me zo
skuiz aman.
(O sevel a zindan an daol). Oei ! Oei ! Va c’hein ! Ah ! poan galon a-walc’h en deus o klask mont kuit. Setu aze eur « gatellig » hag unan diwar ar ouen vat c’hoaz ! Fidamdoustik ! tonton Herve, n’eo ket brao kaout eun teod evel hoc’h hini d’hon dispenna !
(An nor o tigeri war he gourzer).
N’eus nemedout, Fanchik ?.
Deus en ti, kenderv Mazo. Mall am boa da welet ac’hanout.
Hag a nevez aman ? Var pe du ez a an traou ?
War o zu mat, betek-hen ! — (En eur c'houesat). Ema ar frikou o c’hortoz hon «depute » Baraz hag e vedalennou. Evel just, den ebet ne deuio eus Kemper, na Baraz na medalen : hag ar frikou, pa vo fardet ; a rankor koulskoude dibri anezan. Fistoulik a gallo e benn diwar an taol. Oh ! Oh ! Oh ! Ah ! Ah ! Ah !
Na c’hoarz ket ! Te lavar ne deuio den eus Kemper ? Eo, eo, dont a raio, arabad d’eomp chomm e hanter-hent. Kleo, ne c’hellomp ket, hini ebet ac’hanomp, lavaret ez omp an « depute » Baraz, nan ! p’eo gwir Baraz a zo anavezet mad dre aman. Mes en eur lavaret ez omp e skrivagnerien, e sekretourien, e c’hellomp c’hoaz kaout hon loden eus ar frikou.
Gwir eo ; mes arabad d’eomp beza anavezet.
Ne vezimp ket. N’eo ket dies digiza.
N’eo ket dies digiza. N’eus forz, red eo kaout dilhajou all da vihana.
Aoun ebet da gaout. Kavet em eus dilhajou hag all : bep a chupen goz, bet da Yan Avalon va mestr, eur pennad ruban glas e korn pep chupen ; bep a dok kern-huel prenet dec’h e Kemper etouez ar « c’hoz dilhad », ha kaer pell zo ! Lakat a rimp ive eun tamm reun bennak da hirrat hor baro, hag eun tammig duad pillig ouz hon dioujod ; ha grosât bor moueziou eun disterra, ha den n’hon anavezo, te welo !
Ne oa ket deut ar zonj-ze em spered. Mes gant aoun da veza klevet, gwelloc’h eo d’eomp mont ac’halen da ziski hor c’hentel evit gwellât Fistoulik…
Diouz klenved ar medalennou !…
(Ar gouel a ziskenn).
(En eur zont en ti, eur grib hag eur melezour etre e zaouarn). — Hastomp buhan ha buhan : gwelet em eus diwar al laëz an aotrou Droch o tout etrezek aman. C’hoaz eun taolig krib pe zaou evit dirouestla va fennad-stoup, ha faouta ha ranna va bleo war va zal, arok na zigouezo ar mear !… Evelse ! Me gav d’in, breman n’eo ket eur fall gwelet ac’hanon, da vihana ma ne lavar ket gaou va melezour. Eur re voutou-ler war o c’henta tro, baro nevez-troc’het, eur roched fresk, gwenn-kann, ampezet kalet ha va c’haera gwiskamant bourc’hiz !
(O sellet ouz e velezour.) — Oh ! Fistoulik, va bikanik, na te zo keitet d’it ! Na te vo kaer ha koant evit digemeret da vedalen ! Hep mar ebet, an aotrou Baraz a zavo gantan c’hoant pokat d’it, ar paour kez den !… Ya, piou a lavarfe, e koustianz, ez oun-me bet epad ar pella eus va buez, o turiat teil ha douar du-ze e Kerc’hwitel ? N’eus ken warnon tres eun troc’her-buzug.
(En eur c’houesa). — C’houez-vad a glevan. Ar frikou a vo prest bremaïk gant plac’h-bras « Hotel ar Yod » !
C’hoaz eun taolig krib war an a-drenv.
(Trouz e-tal an nor).
An aotrou Droch, petra lavaro ?
Monsieur et cher ami Fistoulik, laissez-moi vous exprimer…
Ya, ya, aotrou mear, ho lezel a ran da lavaret d’in ar pez a geroc’h, mes deomp ganti e brezoneg, mar plij. Me oar mad e c’houzoc’h ar brezoneg kouls ha pep-hini ac’hanomp. Ar galleg a c’houzoc’h ive, gwelloc’h egedomp, p’eo gwir oc’h eus kostez Pariz du-ze. Gouzout a reomp ive penoz, mar ho peus desket ar brezoneg, n’eo ken nemet evit beza gwelloc’h deut gant ar barresioniz, ha gwir eo ?
Gwir eo ! Mes arabad d’in dizonjal, mignon Fistoulik, e teuan aman da ginnig d’eoc’h va gwella gourc’hemennou evit an enor a ro d’eoc’h hirio gouarnamant hor bro. Ar vedalen a lugerno bremaïk war ho peultrin, a c’helloc’h a vouez huel lavaret ne vo ket bet laeret, hounnez !
Nan, ne gav ket d’in e vo bet laeret.
Hag hon « depute » Baraz n’eo ket digouezet c’hoaz ?
Nan, n’ema ket gwall-abred o tont, ha me koulskoude o kaout ken bras mall d’e welet ! N’eo ket c’hoaz abalamour d’ezan e-unan, petra bennak ma karan kalz anezan, mes, dreist-holl, abalamour d’ar vedalen a vo gantan.
Neuze, mignon Fistoulik, e karit nebeutoc’h hon « depute » Baraz eget e vedalennou. Tommoc’h e tiskouezit beza ouz ar pez a roër d’eoc’h eget ouz an hini a ro ?
Ya, n’eo ket mat marteze ar pez a ran, mes mignon Droch, kaer am eus, hirio n’oun ket evit ober er c’hiz all. Ouz va medalen e vezin tommoc’h eget ouz n’eus forz piou ! n’eus forz petra !
Petra fell d’eoc’h, marteze ema ar wirionez ganeoc’h !… Ma ! c’hoant am eus da lavaret ne vo ket abred an aotrou Baraz… Selaouit, ta, me grede klevout trouz.
Netra, den ebed !… Nan, n’ema ket abred hon « depute ». Gant ma teuio da vihana ! Ema an heol o vont da gousket arok pell.
Oh ! evit dont, dont a reio. Gant an aotrou Baraz, tra lavaret, tra c’hreat. Arabad kaout nec’h gant-se… Me, gwelet a rit, mignon Fistoulik, me n’am eus bet morse disfizians ouz hennez ; ha mad em eus great chom hep diskredi warnan. Sellit, d’ar votadeg diweza eo marteze bet tost d’in mont en tu-all ; kalz a dud zoken a lavare d’in ; « Emout kollet, emout d’an traon, emout er-meaz a daoliou boutou. Ar voutez ! Ar voutez ! » Mont a ris da c’houlen sikour digant hon « depute» Baraz hag hen, ar paour kez « depute », a zigoras frank e yalc’h d’in…
Yalc’h ar pemzek mil lur ar bloaz ? Ha koulskoude, hervez ar Skouarnek, « Baraz » a zo piz evel eun touseg, resped d’ar Gristenien.
Skriva reas hen a-zeou hag a-gleiz, ha deut oun adarre da gaout moueziou awalc’h evit chomm war c’horre.
Ya, klevet em eus penoz digant ar Skouarnek.
Elec’h da genta e oan eat da gaout ar « Prefet », ha gant an aotrou-ze ez oun bet kaset da bourmen brao awalc’h.
Piou da gredi, pe heman pe ar Skouarnek ?
An dra-man a zo evit lavaret d’eoc’h… (En eur zelaou.) Ah ! en dro-man avad e klevan tud o tout.
Oh ! gant ma vefe int, aotrou Doue ! Baraz ha va medalen ! Gwelomp piou zo o tont. (Digori a ra an nor.)
An dra-man a zo evit lavaret d’eoc’h eo arabad…
N’eo ket c’hoaz na Baraz na va medalen.
Eo arabad…
Nan, nan, pell ac’hano !
Nan ? Penoz ’ta ? Me lavar-me eo arabad d’eoc’h disfiziout diouz Baraz.
Gwir eo, mignon, a du emoun ganeoc’h.
Perak neuze lavaret nan elec’h ma fell lavaret ya ?
Arabad facha, mignon Droch, n’emomp ket hon-daou er memes park.
Oh ! facha, pell ac’hano, pell ac’hano ! Hag hirio e roan c’hoaz va ger d’it da gemeret ac’hanout war va listen a-benn an taol kenta… ; rak unan pe zaou a zo mall bras d’in teuler er-meaz, abalamour n’ouzoun mui petra int deut da veza ; n’int ken na kig na pesked !
Trugare d’eoc’h, Droch ! Me a c’hounezo kalz a
voueziou d’hon listen, eur wech m’am bo gellet
kaout va medalen. Piou a c’helfe nac’h e vouez ouz
eun den medalennet ?
Den ebet ! Gwir e lavarez, ar vedalen a zo mat ouz kalz a draou !
(Gwenole, e vragou-ruz gantan, a deu en ti en eur goms ouz Yan Avalou harpet war e ben-baz.)
Ya, en abardaez zoken e tle digouezout e vedalen gantan.
Ah ! Gwenole, va niz bihan, pebeuz plijadur am eus o welet ac’hanout !
Ya, va yontr, ar vedalen a zo roët d’eoc’h. Yan Avalou am eus kavet en eur zont aman, ha gantan eo am eus klevet ar c’helou mat. Va gourc’hemennou d’eoc’h ! Ah ! va yontr !…
Na me zo laouen o welet ac’hanout digouezet en abardaez man ! Ha penoz ne vefen ket ? Te eo an tosta kar a jomm ganin… Sell, va niz, deus da vriata da yontr koz !
Ah ! va yontr, yaouankeat kalz e kavan ac’hanoc’h !
Yaouankeat gant levenez e vedalen !
Ha koulskoude, va niz, ne ran nemet mont war gosât bemdez, siouaz !… Ha penoz ’ta, Gwenole, emout dre aman ? Eul lizer am eus bet er mintin-man diganit…
Y a, va lizer am oa skrivet dec’h, ha dec’h ne ouien netra ebet c’hoaz, nemet war-dro kuz-heol ez eus deut kelou e c’hellemp mont d’ar gear epad teir zizun, me hag ar re o deus bet a nevez zo, galonsiou-ruz ar « c’haporal »
(Diskouez a ra e c’halonsiou-ruz war e zivrec’h.)
Ya, n’am oa ket sellet c’hoaz outo, ma ’z eo koustianz ! Ah ! va niz, dalc’h da vont mad ganti, hag e ri da hent, te welo. Hag a benn eun tregont vloaz bennak ac’halen e c’helli ive kaout ar vedalen e-giz da yontr… Gwenole, deus c’hoaz ma pokin d’it.
(En em vriata a reont adarre.)
Va gourc’hemennou, Gwenole, arok pell emichanz e vezi hanvet « serjant » ?
N’ouzoun ket, aotrou mear, ar vicher ne blij ket d’in eun hanter-re.
Da vihana pa vo great da amzer-soudard ganit,
e c’helli kaout eur « plas » e kear.
Tut, tut, tut ! Me n’oun ket pôtr ar c’heariou, ha gwelloc’h kalz e vije ganin beza dre aman o labourat douar. Mes, dre ma vo ar bragou-ruz war va gorre, e rin dalc’hmad eus va gwella.
A zo komzou fur, Gwenole, komzou fur ! Me am eus bet ar blijadur da zigas ac’hanout betek ti da yontr hirio.
(Oc’h ober eur zerr-dorn da Yan Avalou.) Ya, kenderv Yan Avalou, ha penoz emoc’h ganti ?
Eur pennad zo, n’oun ket re evit en em glemm. Nemet eun tammig poan em divesker pa vez an amzer o troi. Hirio e oan o sonj dont betek aman gant va gwetur, mez ranket em eus bale, rak va mevel, Mazo an Treut, n’ouzoun ket da belec’h eo eat
Oh ! servicherien an amzer vreman n’eus ken da flzia enno. Aman zo daou ive ganin-me, hag a zo tost-kar d’hoc’h hini. Hirio, abaoue div eur zo, n’em eus ket gwelet al liou eus Fanchik-Fall.
Eat int o-daou marteze da redek ar c’had !
N’ouzoun ket da redek petra int eat.
Ma ! Gwenole, tano e oe da fri o tistroi en nozman, rak aman, va niz, ema frikou ar vedalen war an tan. (En eur c'houesa) C’houez-vad a zo gantan !
Ha va loden zo ive neuze ?
Pod an dien ! da loden zo ive, me gav d’in !… Sell, e pelec’h ema va zammig envor ganin ? Daoust ha c’hoant en defe da droi e leaz kaouledet ? Mes red eo d’in sonjal er pez a zo war da lizer. Setu aze hanter-kant lur evit ober gouel hag ar pez a gari en enor d’az kalonsiou ha d’am medalen.
Bennoz-Doue d’eoc’h, yontr ! Hanter-kant lur a zo brao da gaout evit eur zoudard. Me ne c’hounezan ket kement-se d’am bloavez.
Breman emoun dispeg, a gredan ; rak bet oun goude kreisteiz o kaout ar mestr-mansouner, ha mont a reio warc’hoaz genta da zevel eur c'hraou nevez da voc’h va merour.
Setu aze labour great gant ar vedalen !
Ya, e gwirionez, mat eo ar vedalen ouz kalz a draou !
Ma ! Gwasa ’zo, aman ne deuio den. Ema kouezet an noz koulskoude war bouez netra.
(Klevout a reer kloc’h an « Anjeluz» o son, hag eur vouez o kana :)
|
Setu pôtr-saoud an Ti-all o tont d’ar gear gant e loened… Ha mar karfe hon « depute » Baraz dont ive ! — (Mont a ra da doull an nor). Setu aman da vihana eun toullad all o tont.
(Lom Bitous, Job Saout, ar Skouarnek, Jakou eus ar meaz) — Bevet Fistoulik !
(Fistoulik, Droch, Yan Avalou, Gwenole, eus an ti) — Hag e vedalen !
Ya, daoust ha digouezet int ?
N’int ket c’hoaz, na Baraz, na medalen. Mes
c’houi zo diwezat ganti.
Diwezat marteze, hep beza re ziwezat… ha neuze eur wech n’eo ket kustum.
(Skouarnek a jomm war-bouez da goms gant Droch).
Mestr, bet oun eur pennad war an hent. N’em eus gwelet den o tont ; hag evit ar Fanchik-Fall, ne gavan na liou na c’houez ebet anezan. Eur zonj all a deu d’am spered. Klevet em eus Fanchik, arôk m’eo eat kuit, o lavaret en doa droug penn. Piou oar ? marteze eo eat da c’hourvez en eun tu bennak, hag eo dizonjet, ha chommet da gousket.
Lakomp marteze… Kleo, Lom Bitous, gwelet a rez aze n’eus c’hoaz netra war an daol. Kent-se displeg buhan ar doal (an doucher) war an daol ; an doal vras, an hini wenn, ha prim traou warni : gwer, ar boutailhadou eus an hini-koz, gouzout a rez ; loaiou, kountellou hag all. Ha tiz warnout avad, ne ket chomm da lichuenna eo !
Gortoz, Lom Bitous, ni roio an dorn d’it.
(Epad m’emaint o renka an traou war an daol, Fistoulik a goms ouz Yan Avalou azezet ha, sioul en e gorn-tro ; Droch a zo ato gant ar Skouarnek).
(Eur pakad traou gantan dindan e vrec’h, goustadik, outan e unan) — Ar c’higer n’eo ket na mat na deread d’ezan dibri kig bioc’h koz egiz ar re-all ; mes penoz ober ? — (Krenv d’ar mevel). Hep ! Lom Bitous, aman ez eus dent ganin eun tammig kig gwak ha flour. Te a vo o servicha ac’hanomp ouz taol, n’eo ket ?
Ya, me va-unan, ha piou nemedoun, p’eo gwir eo eat Fanchik-Fall da bourmen pe da gousket, pe da guzat, ha me oar, me !
Mad ! Gortoz ma lavarin d’it. An tamm kig-ze n’eo ket eur fall lakat an dent warnan. Kas anezan buhan d’ar plac’h, ha lavar d’ezi ober tan d’ezan buan ha buan. Pa vo digriet-mad, e c’helli digas anezan d’in, ne vo ke red d’ar re-all gouzout, klevout a rez ? Hag evit da boan, e lezin eun hanter anezan ganit ; ne vo ket fall d’it !
Intentet em eus ; bet dinec’h. (Mont a ra en tu all gant ar c’hig).
Mes, luc’hed kamm ha seiz boulgurun-ruz ! emichans pa lavaran d’eoc’h hanter kant mouez d’an taol izella !
Icht !… War bouez, mes ne gredan ket kalz !
Ma ! Kredit pe chommit hep ober, pe kerzit gant an tanfoeltr, m’ho peus c’hoant ; evit ar wech kenta ne rin netra evidoc’h, mar kendalc’hit da ziskredi evelse…
Oh ! nan, Skouarnek, arabad e vefe ! Pec’hed e vefe lezel ar « parti » da vont da goll, hep sikour anezan d’en em zavetei,
Ya, rak paneve-ze…
Gwir eo, kenderv Fistoulik, ha re wir, siouaz ! Daoust ha tud eur barrez n’int ket great evit en em glevout kenetrezo ? Ha padal, n’hellomp ket ; n’eus nemet ar « politikach » brein oc’h hada drailh etrezomp.
Ha koulskoude red eo « politikat » kalz pe neubeut, pa vez c’hoant da… da gaout ar vedalen !
(O tigas eur bodezad souben war an daol.) Ac’hanta ! tudou, ema ar zouben al leaz o vont war an daol ! Souben al leaz, ha bara gwenn hag amann rouzet d’he goloi !
Evidoun-me a zo skuiz a-walc’h o c’hortoz !
Na Baraz, na va medalen…
Ema an naoun du o skrabat va c’hof gwasoc’h eget n’ouzoun ket petra an tanfouich. Gwir eo ive, mern abred am eus bet.
Ma ! Kenkouls tra d’eomp neuze azeza.
Ya, kenkouls tra ober. (Hag int oc’h azeza.)
Me a lavar lezel e lec’h gant hon « depute » Baraz, rak en em gaout a reio hep dale emichans.
Ya, ya, en em gaout a reio hennez, Fistoulik.
Ha diskennit d’eomp ar zouben, Fistoulik.
Ya, ya, ar zouben, Fistoulik !
Blaz vat a zo ganti, eun eston, Fistoulik.
Ya, ya, eur vlaz dispar Fistoulik !
Gwell a ze ! Bep a vanne gwin breman. (En eur zisken banneou.) — Heman n’e ket dour feunteun, na dour-red eo. Tanvaït. (Hag an hall o tanvat.)
Gustrik ! Forz penoz, ar gwin-man a c’hell kaout oad va mab yaouanka : eiz pe nao vloaz.
D’eoc’h e c’hellan lavaret e oad hag eus pelec’h
e teu. N’ho peus ket sonj, abaoue a zo breman eun
dek pe zaouzek vloaz, en em gollas aze, war ar
c’herreg, eul lestr-marc’hadour ?
Eo, eo, ha sonj mat c’hoaz, Fistoulik.
Ar bloavez ma ’z oun deut da jomm dre aman.
Ar c’hig-leue war an daol, tudou !
Ha tammou brao a gig-leue, mignoned. Bec’h d’ar chig-leue !
Ya, kig bioc’h bet leue gwechall, kig ar vioc’h koz tregont vloaz marvet o vreskin !
Distroomp d’ar gwin, p’eo gwir ho peus sonj eus penze al lestr-marc’hadourez. Al lestr a oa leun a varikennadou gwin, ha spountus e oa gwelet nag a win a deuas en aod,nag a win a oe evet war an treaz.
Ya, spontus e gwirionez. Eun amezeg d’in a evas peadra da jomm mezvet epad pemzek-de-Doue ! Eun amezegez all c’hoaz, goude beza didalet eur variken, a lavare : « Oh ! siouaz ! an Aotrou Doue Oll-C’halloudek en deus troet ar mor e gwin ! Ha hi o plega evit staga he muzellou da eva, hag o koueza war he fenn er gwin !…
Ha gwir eo kement-se ; rak me eo an hini a grogas en he broz da zacha anezi er-meaz ; panevefe-ze e oa hi beuzet. Unan all a welis o tidala eur varikennad gant e voutez, hag oc’h eva da c’houde-ze.
Gant e voutez, ya, klevet hon deus.
An holl a gargas o c’hof. Tri pe bevar devez goude, eul maltouter koz, ya eur maltouter, a deuas da ginnig d’in eur panerad boutailhadou gwin koz, re vrao da welet, koaret o fennou, ha paper kaer war o c’hofou. Hag ar marc’had a oe great e kuz etrezomp hon-daou, na gwelet na klevet…
Da neuze eo e teuas d’in c'hoant beza medalennet…
… Klenved ar medalennou o pega !
… Hag e lavaris ouzin va-unan penoz va gwin koz ne vije laket e kof nemet a-benn gouel ar vedalen. Ha dalc’het em eus d’am ger, gwelet a rit. Beb a vanne all, pôtred ?
Ya, ya, pa geroc’h, Fistoulik.
Gwelloc’h blaz a zo gantan eget gant dour ruziet ar c’hazarn !
Setu aman ar c’hig-maout war an daol, tudou !
Bec’h d’ezi, mignoned, ha koulskoude… aman
ez eus eur « plas » hag a jomm goullo !
(War bouezik, o kas e dam kig da Job Saout.)
Del ! kiger, setu da hini gwak ha flour ; ha lez an hanter ganin, te oar.
Ya, eun hanter ; setu aze, ha kerz duze da lipat breman.
Dizaoun, bezit dizaoun, Fistoulik ! En em gaout a reio ar perc’hen da glask e « blas ».
Selaouit, me gav d’in e klevan ki an Ti-all oc’h harzal.
Ya, ya, en em gaout a reio, Fistoulik.
Klevout a ran trouz gant tud o tont. Va zammig kalon a lamm em c’hreiz, ema va medalen o tostât.
Diskennit eur banne gwin mar plij, Fistoulik. Va gweren ema ar zec’hed ganti. Hon « depute » Baraz a vije diredet aman pell zo, m’en dije gouezet na pegen mat eo ar gwin koz en ho ti. Sellit, pa ziskenn penn-da-benn dre va gouzoug, e kavan anezan ken flour hag eur voulouzen ; setu aze gwin tomm, gwin beo. Bevet Fistoulik !
Bevet Fistoulik, hag e win koz !
(Herve-Goz an Ti-all a lamm en ti arok Lom Bitous ha Mazo an Treut : an daou-man a zo digizet e giz daou vourc’hiz.)
Doue r’ho pennigo. Nag a dud a zo aman fenoz !
Benniget ra vezoc’h ! Aman n’eus den re ebet fenoz, na c’houi nag ar re a deu ganeoc’h. (O vont betek enno.) Petra ? Ne ket Baraz eo ?
Kavet em eus an daou aotrou-man dre aze, hag e giz ne ouient ket kaer an hent, em eus sonjet dont d’o digas betek ho ti !
Ne ran ket forz na brall gant an daou-ze, mez Baraz a garfen gouzout pelec’h eo chommet.
(O tistaga e gomzou e-giz eun dimezel.) Ni eo sekretourien, skrivanierien an aotrou Baraz ; hag hen en deus digaset ac’hanomp fenoz da gaout an aotrou Fistoulik.
Asa ! Hag hen neuze petra eo deut da veza ? Asa !…
Eul lizer en deus roët d’eomp da gas d’eoc’h ha War al lizer e c’helloc'h gwelet an traou egiz m’emaint
(Ober ra an neus da saozmegi.)
Se-se-setu ho li-li-lizer, aotrou Fistoul-toul-toulik,
Digasit d’in al lizer, ha taolit ho pouez da azeza da vihana. (Azeza ’reont.) Krena ’ra va holl izili ouzin… Va Doue-Doue !…
D’in-me ne lavarer ket azeza ; niont a ran en tu-all.
Ha va lunedou, ne gavan ’ket anezo, n’emaint ket er gear… (Staga ’ra da lenn.) « Aotrou Fistoulik kez. » N’oun ket evit lenn hirroc’h, va daoulagad ne welont nemet steredennou war ar paper.
Deuit aman ha me lenno d’eoc’h, me wel sklear, me !
Ah ! Medalen baour !
« Aotrou Fistouiik kez. Plijet ganeoc’h digarezi ac’hanon ; n’hellan ket mont betek ennoc’h. Da vihana kas a ran va daou sekretour d’ho kaout eus va ferz ; va yec’hed n’eo ket eus ar re genta, ha neuze kelou fall n’am bije ken da roi d’eoc’h…
Ah ! va Doue, petra ’lavar ? Ha peseurt klenved fall a-walc’h a zo lammet warnan abaoue dec’h ?
A-a-ar c’hlenved a deu bu-bu-buan !
Dec’h goude koan, aotrou Fistoulik, e krogas an droug-bouzellou en hor mestr ; hag epad an noz n’en deus great nemet… redek ! — N’ho peus nemet selaou betek penn.
Ya, lenn c’hoaz, Skouarnek.
« … Da genta, kelou fall ac’hanon-me : an dreuz a zo kouezet warnon, ha n’oun ken evit bouta… »
Eun dra gaer c’hoaz !…
« … Ha d’an eil, kelou fall eus ho medalen…
Oh ! Poull va c’halon !…
« … Ha d’an eil, kelou fall eus ho medalen. Deut e oan a-benn da gaout evidoc’h medalen a enor al Labourerez-Douar… »
Penn-ruban ar « Bouren-vrein » !
« … Mes ar « Prefet » a zo deut da c’houzout, n’ouzoun ket penoz an tanfoeltr, n’emoc’h mui o labourat douar ; ha klevet en deus ouspen ne rit nemet lavaret a-gleiz hag a-zeou : « Me zo deut mad gant an holl, mad gant ar mear, mad gant ar mestr-skol — Aman ar Skouarnek a lavar : « n’oun ket souezet » — mad gant an « depute », ha gwelloc’h c’hoaz gant ar person ! » — O klevet traou ken grevus, ar « Prefet » a zo eat em zac’had droug ennan evel just, ha dre eun taolig pluen en deus difennet grons roi d’eoc’h n'eus fors peseurt medalen. Setu aze. Kenavo d’eoc’h ar c’henta gwelet. Baraz, « depute ».
Oh ! va medalen baour ! (Hag e benn o koueza a-revez adrenv. Chomm a ra e-giz badaouet, oc’h ober an neuz da veza semplet, Yan Avalou, Gwenole ha Jakou war e dro.)
Sellit ! Ema o vont d’ar bed-all ; koll a ra e liou.
Unan muioc’h, unan nebeutoc’h ! Me ne ran ket kalz a forz, breman p’eo eat e dammig frikou em c’hof.
Finval a ra c’hoaz. Nag hen a zo diod koulskoude !
Diod ! n’eo ket, mes hepken klanv gant klenved ar medalennnou.
Ah ! va yontr paour ! Penos digas anezan ennan e~unan ?
N’ouzoun ket petra rafe vad d’ezan. Gwelc’hi e
dal marteze gant dour yen ?
Souba e fri d’ezan er gwinegr ; gwelet em eus ober c’hoaz — Mont a ra en tu-all, en eur c’hervel : Lom Bitous, digas d’in buan eur werennad gwinegr ! — (Distroi a ra Jakou gant e winegr, da lakat ouz fri Fistoulik, Herve Goz ha Lom Bitous war e lerc’h).
Petra C’hoari gant an hini koz ? Daoust hag henn a zo o vont diouti gant Paolig-lost-kamm ? N’eo ket re abred, ken tagnouz hag all e-giz ma oa deut da veza eur pennad zo.
Ma-ma-ma ! Keu-keuz en deus d’e veda-da-da-len !…
Soub e fri d’ezan ebarz, Jakou. Dont a reio en dro. Ne weles ket, troi a ra e benn. Eur miz zo duman e oa bet strilhadet eur leue bihan, ha me mont ha teuler gwinegr en e fronellou ken na deue ar sifern d’ezan ; ha va leue-bihan n’eo ket bet pell o wellât ! Paour kez Fistoulik, te wellao ive !
Gant ma ’z afe en tu-all !
Leue awalc’h e vefe evit gwellât !
N’eo ket awalc’h d’eomp chomm aman. Mont a rankomp c’hoaz betek « Keardaglask », da welet an aotrou Laouik « Piouoar » ; eurus eo d’eomp kaout eur marc’h-houarn evit ober hent.
Kenavo, ha yec’hed d’an hini klanv !…
Lavaret em boa d’it ; na gouezet, na klevet ! C’hoariet eo an taol !
Me gav d’in beza gwelet c’hoaz tres an daou-ze e tu pe du.
(O sevel, hag o tispourbella e zaoulagad e-giz en eur zihun).
Daoust ha me a zo bet kousket ? Va daoulagad a wel tenval, ha va fenn a bouez pounner ! A bep seurt hunvreou am eus great. Nan, ne ket hunvreou, gwirioneziou int.
Ha peseurt hunvreou, Fistoulik ?
Sonjal a ree d’in e oan dalc’het gant eur c’hlenved tenn, hag e oa an holl o c’hortoz va alanad ; diwezan. — Kleo, Job Saout, gwelet em eus va c’higer oc’h ober ar zod ac’hanoun ; kerz ac’han, hag arabad d’it ken teuler da dreid aman !
Kenavo ! Mont a ran da gousket !…
Selaouit, Droch, selaouit, Skouarnek, goular e kavan gwelet ar re all o tont da c’hoarzin gwap d’in d'am zi, ha sonjal mad a ran ne rankor ken skuba al leur-zi aman war ho lerc’h ! — Eur ger evidoc’h, Droch. Elec’h beza war ho listenn, abenn ar wech kenta, e kavoc’h ac’hanon e penn eul listen all a eneb d’eoc’h, ha ni a welo ha tud ar barrez-man o devezo muioc’h a fizians en eur migon d’ezo, (eur mignon digor mad e zaoulagad gantan breman, mar dint bet pell serret), eget eu eur gaolek deut n’ouzon ket a belec’h da veva diwar o c’houst.
Deomp ac’halen, Skouarnek !
Ha c'houi, Skouarnek, en em emellit muioc’h eus ho pugale, mestr-skol ; rak hiviziken echu eo hoc’h amzer ganeoc’h. Hiviziken ne c’helloc’h ken laerez moueziou epad ma’m bezo me buez. Gouzout a rit, n’eus ket gwelloc’h da ziwall ouz al laer eget an hini a zo bet laer e-unan.
Ar c’hure a enep d’in ! Fistoulik ive a enep d’in, ha gwasoc’h c’hoaz !… paour kez « parti », emout maro diwar an taol-man ! (Mont a reont o-daou er-meaz, izel o c’hlipen).
Me ive, mestr, em eus lavaret droug ouzoc’h, mes
keuz am eus.
Neuze ankounac’heat eo pep tra, mignon Lom. Hiviziken e prenin douarou da labourat e giz diagent. Red e vo d’in avad ren buez vad gant Fanchik-Fall. — Sell ! te Jakou, te a glevan o klemm ouz ar gouarnamant, pa geri e teui da vevel ganin arok eiz-de aman, da labourat douar. Ne glemmi ket ; ankounac’heomp ar pez a zo bet etrezomp !…
Marc’had great, aotrou Fistoulik, N’am bezo morse keuz d’ar gouarnamant, ar falla mestr a c’helfe eur mevel da gaout !…
Nag a draou a c’hoarvez en noz-man, ne ket gwir Gwenole ?
Ya, nag a draou !
Eur zonj-all ! Petra gav d’eoc’h, Yan Avalou ? Marteze a-ben bloaz ac’han, pa vo dilezet e vragou-ru gantan, Gwenole a c’hello ober amzer-vat gant Annaïk ho merc’h ?
Marteze, marteze… !
Me ouïe mad, me, e oa traou nevez dre aman fenoz.
Ya, amezeg Herve, ha traou a-bouez c’hoaz ! E c’helli lavaret ken uhel ha ma kari e vo levenez en ti-man diwar hirio ; lavar e teus gwelet Fistoulik o choum berr, kaer « fistoulat » en deus bet ; lavar ar pez ma kavi d’az c’hoant.
Mes lavar, da vihana, e welez dirazout eun den yac’h-pesk breman, ha gweleat evit ato, n’eus fors pegen gwasket bennak eo bet gant « Klenved ar Medalennou !… »
- Ar gouel a ziskenn evit mad
Evit d’ezan anaout rouanteleziou a-leiz,
|
Spern Gwenn.
Meinek eo an hent, striz ha tenn : |
Spern-Gwenn
Anaout a ris anezan ; ar paour kez Den, gwechall, |
Spern-Gwenn.