Zonjomp d’ar gentan dizenes
Ar Rozera a ziskoe d’imp, e pemzek mister, ar pez a zo bet a gaeran e buez ar Werc’hes hag he Mab divin, adalek Nazareth beteg ar Barados. Er pemp mister kentan e welomp joaiou Mam Doue epad bugaleaj Jezus. Ar pemb a geuz pe a c’hlac’har a zigas zonj d’imp euz poaniou ha maro hon Zalver, de Gwener ar Groaz ; hag ar pemp divezan, euz e c’hloar ha gloar e Vam zantel, goude ma oa resusitet.
1. Zonjomp d’ar gentan dizenes
Er joa en devoa ar Werc’hes,
Pa voe gant an El zaludet
Da vezan Mam Zalver ar bed.
Diskan.
Ave, Ave, Ave Maria ;
Ave, Ave, Ave Maria.
2. En eil mister zellomp Mari
O kuitat he bro hag he zi,
Evit gwelet Elizabeth,
A douge zant Ian beniget.
Ave, etc.
3. En drede mister, hon Zalver
Zo ganet en eur c’hraou dister,
Hag a lavar d’imp distagan
Hon c’halon euz traou ar bed-man.
Ave, etc.
4. Er bevaret mister joaüs,
Ar Werc’hes gant he Mab Jezus
Enem ofr en Templ evidomp :
Gant-he da Zoue ’nem ofromp.
Ave, etc.
5. Er bempet mister, ar Werc’hes
A gavas goude tri deves
He Mab e kreiz an doktoret,
Letin a furnes hag a speret.
Ave, etc.