Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 47

troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 231-233)




PENNAD IX
————


An Ergerzout hag ar C’henwerza


KEVRENN I : HENTOU HA PONTOU


Hentou. — Diwar ma rae an holl Gelted, ken enezidi ken douar-brazçiz, gant kirri a bep seurt ha ma ’z eus bet dre an Europ, e-kerz ar c’hantvedou kent donedigez H. S., eur c’henwerz beo meurbet a zegase da vrôeziou ar C’hreisteiz ar staen eus enez Vreiz hag ar goularz eus moriou an Hanternoz, e weler splann n’oa ket disanat ganto an hentou. Ezomm ebet da lavarout n’oa ket ar re-mañ hentou ledan ha dalc’het e-ratre gant aked evel hon hentou bras bremañ. Evel ma oant e oa a-walc’h ganto diouz ezommou an amzer-se.

O veza m’he deus, e-pad nao bloaz, armead Kaesar gant he holl bourveziou hag hec’h ijinou sezizerez peur-redet Galia a bep tu, aes ha buan, anat ez oa er vro-se, da vihana, eur rouedad stank a hentou mat. An tri fenna anezo a darze eus Massalia hag, o treuzi Galia holl, a stage aod ar mor Kreizdouarek ouz ar mor Bras ha mor Breiz. Ar c’henta, o tremen dre greiz ar re-all, a heulie stêr Rotanos (Rhône) hag ar genstêr anezi, an Arar pe Saukona (Saône) a dize stêr Sequana (Seine) hag a hede ar red anezi betek an aber ; treuzi bro an Arverned a rae an eil hent, ha heda stêr Liger (Loar) betek ar mor Bras, el lec’h m’edo, en IIet kantved, porz Korbilo ; an trede hent, anvet hent ar Rênos (Rhin), a goueze e porz Iktios e-keñver da aodou enez Vreiz.

Alies e veze rôet d’eun hent ano ar rener-poblad en devoa e zigoret. An hini a ambrouge eus ar C’hres da vro ar Skordisked a raed anezañ « hent Bathanattos » (Sellout ouz ar Pennad VI, pajenn 151). E Galia ec’h anved « hent Kottios » an hent ledan a-dreuz d’an Alpou en doa ar roue eus an ano-se lakaet ober gant e sujidi.

Bez’ e oa, moarvat, meur a c’her keltiek da lavarout

« hent ». Unan anezo, senton, a gaver en ano eur gêr a Vreiz-Veur, Gabrosenton « hent ar c’havr ». Eur ger keltiek all, *cammino-, kar marteze d’hor ger kamm, kammed, a zo bet degemeret gant al latin ha deut d’ar galleg chemin.

En Iwerzon, er Grenn-amzer, edo darn eus an hentou pavezet gant prenn pe vaen. Hen-lezennou ar vro-se a zigemm etre seiz doare hentou diouz ar vent hag an implij anezo. Al ledana, anvet slige, a oa bras a-walc’h evit ma c’hallje en em dremen warnañ daou garr mentet ar brasa, eur c’harr roue hag eur c’harr eskob. Ar strisa hini e oa ar set (senton en hen-geltieg) a ra anezañ geriadur Cormac « gwenojenn eul loen hepken », da lavarout eo ledander a-walc’h ganti end-eeun evit na roje tremen war eun dro nemet d’eur penn-saout pe d’eul loen-kezeg.


Pontou. — El lec’hiou ma oa treuzet ar stêriou gant an hentou brasa, ar Gelted o doa savet pontou. Kaesar, pa argadas Galia, a gavas enni pontou war stêriou Rotanos, Sequana, Liger hag Elaver (Allier). Hir-hir e tlee beza an daou anezo a dreuze al Liger, an eil e Kenabon (Orléans), egile etre aberiou kenstêriou Vigenna (Vienne) ha Meduana (Mayenne), gant ledan e oa ar stêr, ha hi lakaet ledanoc’h c’hoaz gant geuniou war an diou c’hlann anezi. Diou benn-stêr Keltia : ar Rênos hag an Danuvios, n’oa ket a bontou warno ; al ledander, an dounder ha kas ar red anezo a voe harzet ganto, emichañs, saverien-bontou ar Gelted.

Kenta pont war ar Rênos a voe savet gant Kaesar er bloaz 55 kent H. S. Prenn-holl e oa hag ez eas en e boull dambrestik goude. Dindan an impalaer Trajanus hepken (98-117 goude H. S.) e voe savet pont maen bras Mogonlia (Mainz). An hevelep impalaer, trec’het gantañ an Daked, a reas sevel a-dreuz d’an Danuvios eun hir a bont maen war seitek a bilierou.

Nepred n’o deus ar Gelted savet pontou maen. O fontou a veze graet dalc’hmat war beuliou prenn, gant koadennou ha gweadennou aozilh. Gwelet ez eus er pennad III, pajenn 65, e ouie ivez ar Gelted, en amzer a vrezel, sevel pontou-bagou.

Ano hen-geltiek ar pont, briva, a gaver alies e-touez an anoiou lec’hiou, ken war an Douar-bras ken en enez Vreiz. E Galia, da skouer e kavomp Samarobriva « ar pont stêr Samara » (« Amiens » bremañ), Isarobriva « ar pont war stêr Isara » (bremañ « Pontoise ») ; — en enez-Vreiz, teir c’hêr a oa d’ezo an ano a Durobriva « pont-treiz » [1].

Eus ar c’heltieg ar ger briva a zo tremenet er germaneg.


Bagou-treiz ha roudouriou. — El lec’hiou ma n’oa ket a bontou e treuzed an dour pe war vag pe, mar n’oa ket re zoun, dre roudouriou. Ritus a heñvel beza bet ar ger keltiek evit « roudour » ; eur ger eo hag a ya alies da furmi anoiou lec’hiou annezet a Geltia. Menegomp da skouer : e Germania, war ar Moenos (Mein), Lokoritus (hizio « Lohr »), e Galia, Darioritus « roudour Darios » (Gwened pe Lokmariaker), en enez-Vreiz, Kamboritus (Cambrige).


  1. Duros a zo d’ezañ ar stêr a « treiz, tremen ». Kenv. Pennad X, pajenn 303, notenn (3).