Oræson d’ar Verc’hes evit an Anaon

L. Prud'homme, 1849  (p. 193-195)


CANTIC VAR UN ORÆSON

D’ar Verc’hes glorius Vari evit an anaon eus ar burcator, hac a vez mad lavaret en Oferen an anaon ive. Var ton guers an Itron Vari-a-Druez.

O Mari ! mam da Jesus,
Ho pêt compassion
Ouz an tourmanchou grevus
A souffr an anaon,
Er purcator languisset,
En creis an tân grizies
Ez int estranj punisset ;
Grit ma teuint prest ermes.

O Maria languentibus in purgatorio, Qui purgantur ardore nimio, et torquentur gravi supplicio, Subveniat tua compassio.

O Mari ! feunteun gomun
Hor goalc’h diouz ar pec’het,
Hac hep disprisout nicun,

O Maria ! fons es patens, qui culpas abluis , Omnes sa-

nas, ei nullum respuis, Manum tuam extende mortuis, Qui sub pœnis languent continuis.

A ro d’an oll iec’het,
Astennit ho torn santel
Da rei soulajmant
D’ar re so continuel
O foan hac o zourmant.

O Maria ! ad te, pia, suspirant mortui, Cupientes de pœnis erui, Et adesse tuo conspectui, Et gaudiis æternis perfrui.

O Mari trugarezus !
Digueneoc’h e c’hortos
An anaon hirvoudus
M’ho zennot da repos,
C’hoant bras ho deus ac’hanoc’h
Da gaout timad ar guel,
Ha da jouissa pelloc’h
Eus ar joa eternel.

O Maria ! clavis David, quæ cœlum aperis, Nunc beata succurre miseris, Qui tormentis torquentur asperis, duc eos de domo carceris.

O Mari, alc’houez David !
A zigor an êvou,
Brema davedoc’h galvit
Ar gueiz ma an eneou,
Pere a so tourmantet
Dreist peb comparæson;
Grit ma vezint dilivret
Buhan eus ho frison.

O Maria ! lex justorum, norma credentium, Vera salus in te sperantium, Pro defunctis sit tibi studium Assiduè orare Filium.

O Mari ! c’houi eo lesen
An dud just ha santel,
C’houi eo ivez ar reglen
D’ar gristenien fidel ;
C’houi eo guir silvidiguez
Ar re a fizi enoc’h,
Rentit laouenidiguez
D’an anaon pelloc’h.
O Mari, mam benniguet !
Implijit ho studi
Evit ar re decedet,
Hep paoues da bidi
Ha da offr ho meritou
Dirac Jesus ho Map,
Ma quitaï eus ho dleou
An oll anaon-vad.

O Mari, mam a druez !
Rentit, ni bo supli,
D’ar re varo ar vuez,
Ma c’hallint ho meuli,
Hac o veza pardonet,
Ma’z aïnt dre ho moyen
Da repos ha da velet
Doue da virviquen. Amen.

O Maria ! benedicta, per tua merita, Te rogamus, mortuos suscita, Et dimittens eorum debita, Ad requiem sis eis semita.

Amen.