Sketla Segobrani vol1/Rann 16
Eun amzer a beoc’h doun, a verz dispar, a eurvad leun ez oa-hi, — a-unvan eman holl hen-zanevellou ar poblou evit hel lavarout, — p’edo mibien ha merc’hed Manos o veva e frankizennou heoliek koadou ar Sav-heol, ma vezent gweladennet eno gand an doueed. Peur-rannet ma ’z oant diouz an dud all gant gouelec’hiou ledan, n’oa ket d’ezo dizarbenn argadegou ha beza dibaouez, o armou ganto en o daouarn, war c’hed a-hed harzou o bro. Marc’hadourien estren ne weled ket c’hoaz oc’h ergerzout a-vagadou henchou ha gwenodennou, oc’h en em zila beteg er c’hêriadennou pella, o weladenni ar mereriou distrôa, en eur hada e pep lec’h, a-unan gant aour, sklavezed ha traezou-micher diwar zourn estren, an dizurz hag an dizunvan, o vreina kalon ar yaouankizou dre o c’homzou hag o skoueriou, o hoala ar renerien hag an henaourien d’ar gwall-c’hoantegeziou, d’ar grezni ha d’an uhelegez, oc’h atiza an holl da c’hoantaat ez direiz kemm ha nevezinti. Pe gweladenn seiz-vloaziek an doueed vadelezus eo a reas, pe nerz kanennou galloudek Matugenos eo a gendalc’has war ziskennidi Vanos beteg an navet rummad, pe c’hoaz dre ma touje ha ma heulie an holl al lezenn rôet gant Dis Atir da Ariomanos an hini e voe ? Bepred, en holl varevez-se, a vez graet anezan gant an hen-zanevellourien Marevez an nao rummad gwenvidik a Ouenn Vanos, ne voe na klenved na merventi war al loened ; ar buoc’hed, an denved hag ar givri a rôas dizehan eur builhentez a laez. Hir ha tomm e oa an hanvou, hag i dazgleboret gant glaviou distanus. Yenien hag erc’h, da heul ar goanvou, n’oa ken anezo nemet kement hag a vije red da wellaat ar parkou ha da zigas an trevadou da vad. Druz ha frouezus, an douar, hep teil na temz, a daole greun e-leiz. Er peurvanou e tiwane ar gwella geotou. Ne voe merzet nag ar poullou-taouarc’h o vont war griski nag ar geuniou o frankaat, nag an toullou-kurun pe ar pradou krenegellek o paota. Dindan pep tôenn-blouz, dindan pep kledour-raoskl, e kreske ar vugale yac’h ha niverek, bleo-melen ha kaer, beo-birvidik ha seder. Bep bloaz e weled ar vouc’hal hag an tan o tigeri frankizennou er c’hoad, ha diwar ludu al loskadegou o c’henel parkou nevez, peurvanou nevez, hag o sevel tïez nevez da gledouri tiegeziou nevez. Holl yaouankizou gouenn Vanos eo a oa o teurel hadou, evel gwenan, da bep nevez-hanv, war-du an Hanternoz hag ar C’hreisteiz, ar Reter hag ar C’hornog, o tuda ar gouelec’h hag oc’h astenn a-vloaz-da-vloaz bevennou ar Vrôad [1].
Ha karet, meizet ha miret ez oa al Lezenn gand an holl beteg en he fisa gourc’hemennou. Hounnez, m’hen tou, a oa eun amzer venniget dreist an holl amzeriou, pa n’oa e-touez mibien ha merc’hed Manos na gwarizi, na rendael, na gevierez, na touellerez, na dizeeunder, na gourven, na buanegez, na kasoni ; ma rene kenetrezo an unvaniez, ar geneilded hag ar gengarantez a oa bet etre Atir ha Matir. Neuze e veze an den evid eun den all a ouenn hag a vro gantan dalc’hmat eur breur hag eur mignon, gwirion en e oberou, gwirion en e gomzou, gwirion en e venoziou. Ken dizanat edo an avoultriez ma n’oa gand ar yez ger ebet d’hec’h envel, ha n’he doa pourchaset al lezenn kastiz ebet d’ar seurt torfed. Azaouezet ha diwallet evel ma ’z oant gant peb-unan, e veze ar plac’hed yaouank sellet gand an holl gwitihunan evel c’hoarezed pe verc’hed, karet evel c’hoarezed pe verc’hed, d’ezo da c’hallout bale dizaon ha diarvar eus an eil penn d’ar penn all d’ar vro, da bep koulz, noz ha deiz. Neuze n’oa ket ano c’hoaz a laeradennou, a beilhadegou chatal, a skrapadennou merc’hed, a emgannou etre gwazed kenwad ha kenvro, a vrezeliou diwar orged, direiz-vennad, drouk-youl, gwall-c’hoant d’an emvrud, d’ar preiz, d’ar pennou trouc’het, pa na glaske den en em uhelaat dreist ar re-all. Ar rouanez hag an henaourien, digammwidre o ene, a veze dalc’hmat leun a eeunded hag a furnez. Ar baotred yaouank, sounn evel gwez-pin, stard evel gwez-derv, a oa kalonek ha kadarn, doujus d’al lezenn, d’ar renerien, d’ar gozidi. Bleo-melen ha gwenngen, kaer-zremmet ha neuziet-koant, helavar ha didennus, gredus d’al labour ha seder ez oa ar merc’hed yaouank ; en o darempredou ouz ar baotred n’oant na pennou-avel, na brageerezed nag oriadezed. Bep bloaz, dindan bolz c’hlas ar c’hoadou ez tije gwelet ar re yaouanka en o zouez o tius etre ar baotred yaouank kenouenn ha kenoad ganto peb a geneil. Da heman, anezan danvez kile o buhez, danvez o fried, e kinnigent an aval melen-ruz edont o paouez kuntuilh : « E kement lec’h ma vezi-te, Karêios, e vezin-me, Karêia. » Ha, p’en devoa ar paotr yaouank kemeret an aval deus o dourn, ne glaskent ken diwar-ze plijout da zen all ebet nemet d’ezan hepken. Ar baotred, diouz o zu, a oa e-kenver ar plac’hed yaouank leal ha leun a enor ; ne glaskent nag o zouella nag o gwalla ; ha ne save etrezo na droug na kenoaz diwar-benn merc’hed. Bet gantan e aval, ar paotr n’en deveze ken sellou na karantez nemet evid ar vignonezig koant penn-melen he doa e rôet d’ezan [2].
Bez’ e voe an amzer-ze, gouez da Zezrevell an nao rummad gwenvidik, an amzer « ma c’halle Grêna, merc’h skedus an nenv, o trei he sellou glan war-du ar Sterenn, arvesti a-hed an deiz, hep skuiza, ouz Douar ar renerien leun a enor, ar wazed kalonek hag eeun, ar gwragez gwirion hag ar merc’hed fur, ouz ar vro-Wenn na veze kaset da benn enni nep gwall-ober gouest da ziskedi sklerder an deiz ha da saotra santelez an heol [3]. » An tri namm ma vez labezet ganto brud-vat ar Vrôad Illur n’oa ket anezo c’hoaz. Ne weled ket eus an evadegou-ze ma ev an den enno, diezomm ha dizec’hed, ma tiskianta diwar re-gofad, ma ruilh e-kreiz uloc’h ha pri, o tiskenn izeloc’h eget loened-mut ; n’oa ket eus ar banveziou hir-didermen m’en em stanka enno kengouvidi diemzalc’h, ez varlonk ha lous evel moc’h dirak laouiri pourveziet-leun [4] ; nag eus an abadennou-ze dibaouez c’hoari dinsou pe wezbouell, ma kas enno didalvez-kaer gwazed kadarn, krenv ha meizek, ar pep gwella eus o amzer. An nammou-korf, ar c’hlenvedou hir ha poanius, ar marvou trumm pe re brim n’oa ket ano anezo kennebeud-all gand an nao rummad gwenvidik. « Ne wele ket ar paotr yaouank, krenv ha skanv evel eur marc’h, ar plac’h yaouank skedus, stummet da garout, o deiziou trouc’het garo en o bleunv. N’oa ket d’ar gerent ha d’ar geneiled anezo tanva glac’har ouz o leda en o geler-zero e-touez barrou tenval an ivinenn beurbad [5]. » Ar gozni end-eeun evid an dud evurus-se n’oa ket ouz he heul tuzumadur galloudeziou an ene hag an holl aridennad-ze a vilderiou hag a wanderiou a weler ken alïes hizio o tont a-unan ganti. Aner e vije bet d’it klask e gouenn Vanos, er mare ma komzan, dremmou krizet a roufennou, genaouiou kamm ha dizent, choukou o kroumma dindan bouez an hir-hoal, izili treuzet gand ar remm hag ar glizi, korfou disneuziet gant labour tenn an douar. Ar gozidi, ken paotred ken merc’hed, az tije anavezet dre o fennad-bleo gwenn-kann, o c’horf treutaet, o divoc’h war zisliva, o daoulagad skleroc’h ar glas anezo eget gand an dud yaouank. Nemet peurzounn e vane o ment ha diroufenn o dremm, ha ken an diweza termen e padent da veza skanv ha gwevn o izili ha lemm o spered. Ar maro, pa zeue d’ezo, n’oa gantan na poan nag anken, sioula tremenvan n’oa ken d’o ene eus ar bed-man d’ar bed-all. A greiz-holl, d’ar beure, e wanae o c’horf, henvel ouz eur c’hreuzeul, koazet an eoul ennan hag o vont da vouga. Eur vouez-pell, o tont eus ar c’hlann-Veur e-lec’h ma sav dorojou ruz an abardaez, ha n’halle he c’hlevout nemed an den toc’hor hepken, a hiboude en e skouarn ouz e c’hervel dre e ano. D’ar c’halvadenn-ze en em zistage hep bre na striv an ene diouz ar c’horf. D’eun alarc’h gwenn ez ae neuze [6]. Heman, oc’h enaoui diwar vrennid an hini maro, a flape e ziwaskell hag a gemere e nij war-du ar C’huz-heol. Aet evel-se d’eun alarc’h gwenn-kann, e tiraeze an ene mor ar C’hornog hag e treuze anezan war-lerc’h an heol, gwech diwar neunv, gwech diwar nij. Pa zeue, goude, da blega e ziwaskell skuiz o steki e dreid d’ar c’hlann-hont, e kave war an traez an dibourc’h-korf-den en doa lezet en tu-man d’ar mor, hag a ranke adwiska eur pennadig c’hoaz d’en em ziskouez dirag ar Roue a zo o tiwall, e-harz an daou venez, an ode d’ar saonenn striz ma teu drezi an eneou da gompezennou gwenvidik Aballo [7]. Hogen, an emziskouez-se, ker garo da dud ar gouennou all, n’oa ennan evit mibien Vanos na kren nag aon. Ar Roue galloudek, a zo war c’hed er C’hornog pella, n’oa ket evito eur bleiz rankles, draster eneou ha lonker korfou maro [8]. Eun tad-koz ez oa-hen, leun a vadelez, o dieube diouz o c’horf aet teuc’h ha koz, d’o gwiska en eur c’horf nevez, peurbadus ar yaouankted, ar gened hag an nerz anezan. Miret eo bet gant beleien Dis Atir, e-touez Volked an Erkunia, en danevell-gelenn a reont anezi « Ermaeziadenn an ene », ar bedenn a veze lavaret gant tud ar vro-Wenn, p’en em ziskouezent dirag ar Roue a zo en e goazez dindan ivinenn ar Vuhez :
« Taro galloudek, karet gand Aventia ha Virionia, tad-koz roue, setu da ouenn, setu da wad, setu da vab, glan a bep terridigez da Lezenn. N’em eus ket lavaret gaou na laeret ; n’oun bet na teodek, na diek, nag aonik ; va breudeur ha va c’hoarezed, n’em eus ket o lazet, n’em eus ket o skôet, n’em eus ket o zouellet ; drouk-prezeget n’em eus ket ouz hini anezo. Ouz hini anezo n’oun bet garo, kriz, lorc’hek, digarantez ; ouz hini ebet n’em eus noazet ; da hini ebet n’oun bet abeg a boan, a zaerou, a lenv. N’em eus ket gwasket ar re anezo a oa gwan ha dizifenn ; n’em eus ket klasket tenna tra diganto dre nerz ha mestaol. Mat oun bet ha skoazellus da wazed ha da verc’hed va gouenn-dud. D’an neb a oa hep buoc’h em eus rôet eur vuoc’h, d’an neb a oa hep marc’h em eus rôet eur marc’h, d’an neb n’en doa ket oaled em eus rôet mein ha prenn. Boueta an naoniet ha dieta ar sec’hedet am eus graet ; kledouret em eus em zi an hini a oa digledour. Douja an doueed am eus graet, ha beleien an doueed, ha tachenn an doueed. Azaouezet em eus ar re goz, komzou ar re goz, kelennadur ar re goz. Sentet em eus ouz va fenrener. Gwreg va hentez am eus doujet. Gwarezour gwirion oun bet da intanvezed ha da emzivaded va gouenn. Dizelaou n’em eus lezet biskoaz klemm ar re wasket. Merc’hed yaouank gouenn Vanos n’em eus ket touellet, n’em eus ket gwallet ; n’em eus kamm-c’hraet outo e neb giz. O gwerzet n’em eus ket d’an estren ; bet oun d’ezo eur skor, eur c’huzul, eur skoued-gwarezi. Ouz parkou ha trevadou n’em eus ket droukprezeget. Pennou-chatal tud Vanos n’em eus ket argaset diwar ar peurvan ; n’em eus ket skrapet anezo ; lakaet n’em eus ket, dre garmou-hud, an taro disperius hag ar vuoc’henned nanvesk ha dilaez.
« Taro galloudek karet gand Aventia ha Virionia, tad-koz roue, glan eo va daouarn, glan va izili, glan va c’horf ; glan va zeod em genou, glan va c’halon em askre, glan va ene em c’hreiz a bep terridigez al Lezenn, tad-koz roue, taro galloudek karet gand Aventia ha Virionia [9]. »
Neuze e teue Virionia wenn, Virionia gaer, en he sav a-zehou d’ar Roue, da gadarnaat diskleriadur an ene :
« N’eus ennan, o Rener, na gwall na direiz. Na harz ket outan an ode d’ar saonenn. Na vir ket outan a vont da gompezennou kaer ha gwer Aballo. Aventia, va c’hoar ! na sav ket er vann da gleze, na sko ket gand an ene a zo dirazout. E kement en deus lavaret ha graet en tu-hont d’ar c’heinvor, n’eus tra hag en dije dismeganset an heol, intret sked ar Rod [10], strafilhet, war grec’hiennou arc’hant an nenv, bodadeg sakr an doueed, e Dêvobriga. »
Kerkent ha peurdavet mouez sklintin-arc’hant ar werc’hez heolel, mouez doun ha boud ar Rener, o sevel d’he zro, a lavare ar geriou-man :
« Bez gwisket gant da gorf divarvus, o ene eeun, ha kae d’ar C’huz-heol. Eman ar merc’hed eus da ouenn ouz da c’hervel [11]. Kae da Vro al Levenez, da geja gant bodadeg da c’hourdadou. »
An ene rak-tal a leze da goueza d’an douar e zibourc’h marvel ha, war an taol trumm, en em gave gwisket gand eur c’horf-marz, gwenn ha kaer-dispar. O luska war-raok ker buan hag al luc’hed, e tremene dre greiz etre treid an daou venez, e treuze ar saonenn striz hag e tize Bro al Luc’h Peurbad, ar Pradou Bleunvek, o frouez-aour hag o deliou-heson an avalenned warno, hag enno o kerzout hag o peuri kezekenned an Deiz.
E-touez an avalenned a zo daz-strewet er gompezenn-ze ez eus diou wezenn all, eun ivinenn hag eun dervenn, o sevel kef-ouz-kef, unanet ganto o barrou ha kemmesket o glazvez. War-du eno e tenne an ene. Azezet etre gwriziou an diou wezenn edo daou zen, hag i kenvriatet tener. Mentek ez oant o-daou, skoaziet-ledan ha dargreizet-moan. An dremm anezo, hir-gelc’hiek, a oa leun a haelded hag a vraventez ; o fri hag o diweuz moan ha neuziet-kaer, o dent lintrus evel perlezennou-gwer. War o fenn eur c’haer a vouead melen-aour a skeude ar gwagennadou hag ar rodelladou anezan o zal glan hag o mell-gouzoug gwenn-kann. Dindan o diou-abrant kroummet-kaer daoulagad glas-moug, ledan ha skedus evel ar mor, a zigase koun d’an anaon o tont d’o saludi eus daoulagad ar Rener azezet dirag ar c’hoummou-mor war ar c’hlann-Veur. Ar gwaz a oa e vrec’h kleiz en-dro da zargreiz e wreg ouz he starda outan karantezus. En e zourn dehou e talc’he war e varlenn dourn kleiz e geneilez. Houman a oa harpet he dourn digrog war skoaz he fried ha, soublet he fenn ouz ar jod anezan, e kemmeske he bleo aour gand e re. O welout an hini a zeue daveto, Atir ha Mâtir a save ha, deut an ene en o c’hichen, e taolent o divrec’h en e gerc’henn d’e vriata :
« Demat d’it, o va mab, a lavare d’ezan Atir. Donedigez-vat d’it a-berz da dad Manos ! Donedigez-vat a-berz da vamm Bena, va fried vuia-karet ! Deut-mat out er vro-man ma vevomp enni, en douar gwenvidik-man a zo bet pourchaset d’it gant madelez va zad. Kaerat douar ar Sav-heol du-hont ma teuez dioutan ! Ker eo an envor anezan d’hor c’halon. Nemet bravoc’h eo c’hoaz an douar-man : douar ar Sklerder n’hall ket divia, ar Gened n’oufe gwenvi, ar Yaouankted peurbad, ar Vuhez diziwez, an Hanv dibaouez ! A-hed mizveziou ha bloaveziou e c’hellfes bale bro ez raok ; pe war-du ar Sterenn, pe war-du ar C’hreisteiz, pe war-du ar C’hornog e kemerfes da hent, noufes biken tizout an harzou anezan. Kaerderiou nevez atao a zizolofes ennan, heb dont da skuiza nepred gand e vurzudou. Aman ec’h adteui gant da c’hourdadou, gand emvodadeg-veur gwazed ha merc’hed da ouenn, gant da gerent aet da anaon, gant kement az kar hag a garez [12]. Kae daveto ha bez laouen ! »
An hini tremenet a yae neuze d’al letonennou ec’hon ma teue ar re varo da lida o c’hoariou a-gevret. Eur youc’hadeg a savent d’e zigemerout en o zouez. E gerent hag e vignoned en em c’hrounne war e dro da rei d’ezan gourc’hemennou : « Digor da ene d’al levenez holl-zistrafilh, emezo ; rak setu emout digouezet e lec’h ar Peur-ehan, ma vez kaset da vad pep taol ennan aes ha diboan, ma teu pep tra digoust-kaer, ma na sav harz ebet ouz kammedou ha mennad mab-den. » Ar renerien, perc’henned ar c’hezeg bras hag ar c’herniel-eva leun a vez, a rôe d’an nevez-deut chatal ha parkou. Disi ez oa ar chatal hag en douar brokus-se, dindan an heol-ze klouar ha lugernus, divouch dalc’hmat diouz koumoul goanv ha lusenn diskar-amzer, e taole ar parkeier, dilabour ha didorr, tri eostad dre vloaz. Betek hed eun den war varc’h e kreske an ed hag e pep penn-ed alaouret gant bannou an heol e veze tri-c’hant pemp-ha-tri-ugent greunenn, teo ha pounner, a rôe eul livrad bleud eus an uhela begenn. Ambrouget e veze an hini tremenet d’an ti ma raje e annez. Eno ez oa d’ezan adkavout an holl vinviou, an holl glaoiou-brezel, an holl arrebeuri a biaoue er bed-man hag a oa bet diskennet a-unan gantan er poull-bez. En he sav-sounn war an treuzou eur vras a vaouez yaouank, gwenn-erc’h he c’hroc’henn, gwisket-holl e gwenn, a zelle outan o tont. He divoc’h a zeue ruz evel bleunv burlu, hag he daoulagad, glas evel ar mor pe an oabl en hanv, skedet-diskedet a beb eil gant nerz ar prederennou ha niver an envorennou, a bare war ar gwaz o tenesaat. Leun-sked edo evel eur verc’h d’an Heol dindan aourennad teo he bleo, dindan an dro-c’houzoug a ginkle he c’herc’henn, ar c’helc’hiennou emwiet en-dro d’he divrec’h ha d’he daou striz-gar, ar gouriz ledan kizellet a starde he dargreiz. Hag an den o tont a anaveze enni ar werc’hez dremmet-kaer en doa karet gwechall, e nevez-amzer e vuhez, an hini en doa diuzet ha taolet war he barlenn an aval a garantez, ar gefrisa en doa kengerzet ganti dourn-ha-dourn o voustra strad kinviek koadou ar vro-Wenn, hag a oa deut d’e bried wirion, d’e geneilez karantezus a-hed naouspet hanv, naouspet goanv ! Hec’h adgwelout a rae, ha hi henvel ouz m’edo gwechall, ha kaeroc’h c’hoaz. Neuze e kemere anezi etre e zivrec’h, d’he starda war e galon, e poke e ziweuz d’he diweuz glan n’o doa anavezet biskoaz af-gour ebet nemet digantan. Oc’h en em gavout ganti, ec’h adenaoue karantez e oad ugent vloaz en he holl nerz, en he nevested, en he dudi. Nemet e tlee padout an adkarantez-se, hep keuz, na digresk, na divlaz biken, keit hag ar Bed hag an doueed [13].
- ↑ Diwar-benn an difraosta koadou dre loskadegou boaziet gant kosa henvroïz hanternoz an Europ (ar Finned), sellout Quatrefages, Hommes fossiles et hommes sauvages (Paris, 1884), p. 582-583. Lakaat e kemm gant an daolennad-man diwar vojenn eus buhez an Arianed kenta an hini a c’hellfed a-walc’h tenna eus studiou ar genyezoniez ha furchadennou an henoniez, Zaborowski, Peuples aryens (1908), pp. 292-425.
- ↑ Diwar-benn an aval a garantez, sellout ouz Gaidoz, La Réquisition d’amour et le Symbolisme de la pomme (Annuaire de l’Ecole pratigue des hautes études, section des sciences historiques et philologiques, 1902, pp. 5-33. Karêios (gourel), Karêia (gwregel) « dellezek a garantez ? gouest da garout ? » An dilostger é a zo deuet da wy e kembraeg, da oe, ou, e brezoneg, hag e talv al lostgeriou-ze kement hag -able, -ible e galleg. Karadou « da veza karet » a oa eun ano-plac’h e Breiz en trizekvet kantved, Ernault, Gloss. moyen bret., p. 178.
- ↑ Gand an nao rummad gwenvidik keverata ar ouenn-aour eus mojennou ar C’hresianed, Dottin, Anciens Peuples de l’Europe, pp. 25-26. — Grêna, iwerzoneg grian (gwregel) « heol ». Sellout ouz Rhys, Celtic Heathendom, p. 271-4.
- ↑ Diwar-benn ar vezventi hag al lontegez gand ar Gelted er c’henta hag en eilvet kantved kent H. S., sellout Jullian, Histoire de la Gaule, I, p. 342 ; II, pp. 420-421.
- ↑ War an ivin el lidou-kanv, sellout ar boaz miret e Breiz-Veur ha diskuilhet gant C. A. Johns, the forest trees of Britain (London, 1889), p. 341. Ivez R. Le Roux, Le Symbolisme de l’If (Fureteur breton, 1908, pp. 149-152).
- ↑ An alarc’h e kreansou hen-boblou hanternoz an Europ, Déchelette, Manuel d’Archéologie, Age du bronze, pp. 418-453 ; Anthropologie, 1921, p. 175-6 ; Rev. celt., 1913, p. 185 ; Rev. arch., 1901, II, 42-50.
- ↑ « An Avalenneg ? », D’Arbois, Etudes grammaticales, p. 65*,107* ; Dottin, Manuel, p. 119.
- ↑ Doue ar Maro skeudennet gant Kelted Galia evel eur bleiz debrer tud, Rev. celt., 1904. p. 208-24 ; 1913, p. 1 ; Rev. arch., 1911. p. 57 (skeudennou en tri fennad-skrid-ze).
- ↑ Anat n’eo ket o deus kredet ar Gelted e vije, goude ar maro, eur varnedigez an eneou, D’Arbois, Civilisation des Celtes, p. 221-2, 226-7 ; Gougaud, Chrétientés celtiques, eil mouladur, p. 26 ; Ejiptiz, en eneb, a oa gwriziennet doun enno ar gredenn-ze. Keverata gand ar pennad-man eus ar Sketla kofezadur an ene e Levr an Anaon, Naville, Religion des anciens Egyptiens (1907), p. 156-63. — Aventia « eeunded ? », D’Arbois, Etudes grammaticales, p. 4 ; an hen-gembraeg eunt a c’houlen en e raok *avento-, Dottin, Langue gauloise, p. 229. — Virionia « gwirionez », D’Arbois, Etudes, p. 115*.
- ↑ Diwar-benn rod an Heol e kavor kelenn digant Gaidoz Le dieu gaulois du soleil et le symbolisme de la roue (Paris, 1886). Tennet eus ar Revue archéologique.
- ↑ D’Arbois, Civilisation, p. 221.
- ↑ D’Arbois, Epopée celtique, p. 388.
- ↑ Diwar-benn peurbadelez ar garantez er bed-all sellout Nutt, The Happy Other-world in the Mythico-romantic Literature of the Irish (London, 1895}, p. 321.