Sketla Segobrani vol2/Rann 15

Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 43-46)


Artaios ha Bedaios.


Daou c’hedour a oa oc’h evezia genou ar stêr, Artaios[1] war rec’hier ar ribl dehou, Bedaios[2] e-kreiz raoskl ar ribl all.

« Eun doue enebour eo a c’houezas an avel he deus da zigaset beteg aman, eme Artaios. N’eus nemed ar re varo a gement a dremenfe dre an draonienn-man. Ha war da zivoc’h, war da gorf e welan o livrina ruzder ar vuhez. A-vec’h ma ’z out deut er-maez a vugel, hag e teuez d’al lec’h ma paouez gand e redadenn Koziad peb abardaevez[3]. Kea war da giz, mar gellez. Gwell tremen an noz er-maez war ar mor eget dont-tre aman.

— N’her grin ket, eme Vindosêtlos. Beo pe varo, e renkan diskenn ar stêr en noz-man.

— Maro eo he diskenni, evel kement-hini-all a zo bet ez raog, eme Artaios. Ha ne doujez ket ar maro ?

— Penaos hen doujfen ? eme ar paotr yaouank. Dalc’hmat en-dro d’eomp, dare da zont d’hor galv, d’hor gwaskedi gand e skoued, ha n’eo ket hen hor breur, hor c’heneil, hor c’hile ? E c’hoar hor gwall-gas alïezik, ar Maro avat n’her gra nepred. An ehan a ro d’eomp pa c’houlennomp ; tennet e vezomp gantan a-zindan taol hon enebourien, diwallet diouz mez ha klenved, diouz sklavelez ha kozni. Dizaon e fiziomp ennan enor hon tiegeziou, leala gwarezour ma ’z eo ! Eur brezelour kaer eo-hen, aour e ziouaskell, steredennus e dal[4]. Davetan e kerz laouen hor gwragez hag hor bugale. An diavêzidi a gren rag ar Maro ; evidomp-ni, avat, hen anavezomp evit beza eus hor gwad. Hor breur eo, hor c’heneil hag hor c’hile !

— Fazia a rez, eme Artaios ; kelennet fall ez out bet, sklerijennet a-dreuz, touellet gant da vistri.

« Ar Maro, emezan, a zo eun aerouant euzik ha fero, d’ezan neuz eun den, pigos eun erer, eur bleoad naered hag eun diskouarn marc’h. Golôet eo e gorf a blunv evel re ar gaouenn. En e dreid ez eus skilfou henvel ouz re ar gup. Kregi a ray ennout, ha da stleja gantan dindan zouar en eun toull leiz, yen ha tenval. Fank hag uloc’h az po digantan da zibri ha dour-haouez da eva. Diframma a ray diouzit da holl zilhad ha da skei gand e vorzol. Da flemma a ray gand e naered, da ziskolpa gand e bigos, da vourrevi heb ehan na didorr[5]. »

Trouc’ha a reas ar paotr war an dezrevellad-ze :

« Amzer n’am eus ket, emezan, da selaou ar sorc’hennou diwanet e penn kantreerien estren ha sklaved. »

Artaios a ziskouezas d’ezan en diabell eur roc’h en he sav-sounn war glann ar stêr hag a skeudenne en dour splann he fenn tribegek :

« Pa vi aet ebiou d’ar roc’h trifennek-hont, e nesa pleg-tro ar stêr, e c’houezin em c’horn-boud arem. Re ziwezat e vo d’it neuze da gaout koun eus va c’helenn. A bep tu e savo diwallerien an draonienn, hag an daredou kontammet diouto az kourvezo maro-mik e strad da vag. »

Eus a greiz ar raoskleg, war ar ribl all, e savas mouez Bedaios :

« Ez keler eo e verdeez, Iovinkillos[6], eme an doue.

« Klev petra e vo da donkadur, emezan, ma talc’hez da vont war an tu-ze. Biken ne stoko da askre ouz askre plac’h yaouank ebet[7]. Biken ne zigemeri a-ziwar he divrec’h ar mab he devo ganet d’it. Pennou-renerien da bobl ne welint ket da zremm, ar varzed ne ganint ket da guriou, ar re goz ne veulint ket da eveziegez, an danevellourien ne roïnt ket da anaout da ano d’ar rummadou da zont. Rak gwelet ne vezi bet nag e bodadegou-peoc’h nag e bodadegou-brezel tud da ouenn ; rak divruta, mezusa maro az pezo kavet aman, evel eur gaouenn, d’an abardaez-noz, e korn eur park, dindan tenn-saez eur c’houeriad.

— Aner d’it diougani ouzin ! eme Vindosêtlos. A c’hoarvezo ganen mar bevan, na c’hoarvezo ket mar marvan, kement-se n’eo ket d’in her c’houna. Eur gourc’hemenn am eus bet digant va zad. Pe veo pe varo, pe em sav pe gouezet, e kasin an dreizadenn da benn en noz-man, hag e rin !

— Ez varo e vezo neuze, ha kouezet, evel kement o deus her graet ez raog ! »

En e zourn e kemeras eur c’houitell arc’hant a oa en e gerc’hen, hag e lavaras :

« Eur c’houitelladen gant houman, pa vezi aet ebiou d’ar roc’h du-hont, hag eman ar maro warnout.

— Ra zeuio ! » eme Vindosêtlos.

War ar roc’h he zri-fenn edo en o sav teir garan an diweza Kelenn[8]. Pa weljont ar vag o nesaat, e tigorjont o beg da safari a-bouez-penn. Kemenn a rejont en o yez d’ar paotr yaouank mont war e giz...

En e raog, avat, ez eas ar paotr ! Neuze Artaios a gasas d’e c’henou e gorn-boud arem[9]. Bedaios a dosteas d’e ziweuz e c’houitell arc’hant, ha taboulin-vrezel vras an arc’houereed, diwallerien ar stêr, a grogas da leunia an draonienn gand eun trouz-kurun.


  1. Ano-doue diveret eus artos « arz », pe eus *arta, iwerzoneg art « maen ».
  2. Ano-doue diveret eus *bedo « foz ». Lakaat e kemm Bedos, ano-stêr, Beda, bourc’h eus an Drevired, hag all ; Rev. des Et. anc. 1919, p. 147 ; Mémoires de la Société de linguistique, XXI, p. 23.
  3. An heol a vont da guz, moarvat. Lakaat e kemm an ano Senodonnos « an aotrou koz » graet e Vvet levr ar Sketla eus an heol kaset da benn gantan e redadenn.
  4. Kenveria Anthr. 1909, p. 197, skeudenn 9, hag, e-touez ar C’hresianed, Apollo, war eun dro doue an heol ha doue ar maro. — Diwar-benn an emlaza gand ar Gelted koz, sellout ouz an Notennou, XI, pp. 31-33.
  5. Kenveria an êrevent a oa, diouz ma krede an Etrusked, da ambroug an anaon dindan zouar, F. Poulsen, Etruscan Tomb Paintings, pp. 49-59, skeudennou 35, 36, 46. Diwar-benn levezon sevenadur an Etrusked war sevenadur ar Gelted, Déchelette, Manuel, II, eil kevrenn, pp. 515, 527-8, 747-8, 861.
  6. « Den yaouank ». War ar ger-ze ha war ar furm anezan e romaneg, Dottin, Langue gauloise, p. 263. Kenveria al les-ano Maponos « den yaouank » rôet da Apollo war an enskrivaduriou.
  7. Eul lavar henvel a zo e Mabinogi Kulhwch hag Olwen : « Me a dou e vo da donkadur d’it na stoki ket da vrennid ouz hini eur plac’h ken n’az po bet Olwen, merc’h Yspaddaden Pencawr. » Loth, Mabinogion, I, p. 190 (kenta mouladur).
  8. Kenveria Rhys, Celtic Heathendom, pp. 331-4.
  9. Soner kammgorn {lituus} o kornal donedigez an den maro, Poulsen-Andersen, Etruscan Tomb Paintings, p. 54, skeudenn 40. Kammgorniou en Iwerzon, Joyce, Social History, I, p. 584, sk. 157.