Sketla Segobrani vol2/Rann 29
Prud'homme, 1924 (Eil Kevrenn, p. 63)
Debrerien-besked ar Reter[1].
« Gwelet em eus, e penn retera ar bed, eme Vindosêtlos, eun douar meneziek ha dihenchou, golôet-holl a c’heot hag a wez. An aod anezan, uhel ha serz, a zo toullet a geviou doun. O sevel er-maez e weler moged an taniou a vez enaouet enno gand an dud. Rak da dïez-annez n’o devez tud ar vro nemed ar c’heviou-ze. Ganto doare-chatal ebet ! Teuzi ha labourat metalou n’ouzont ket ober. Prenn, maen pe askourn hepken ar binviou-brezel anezo. Ijinerez ebet ganto estr eged ar gwia rouedou. Diwar besked eo e vevont, ha diwar dibourc’h al loened-mor eo en em wiskont. Kroc’henet-melen ez int, peurzu o bleo, bihan o daoulagad, talfasok o dremm. Anezo tud digened, diouiziek, dizeven, distank ha dinerz !
- ↑ Kenveria pobladou ar C’hamtchatka ; A. Bertrand, Gaule avant les Gaulois, 2vet mouladur, p. 106 ; gouenn hen-aziad Schrenck, Deniker, les Races et les Peuples de la Terre, éléments d’anthropologie et d’ethnographie (Paris, 1900) pp. 430-4.