Sketla Segobrani vol3/Rann 36

Prud'homme, 1925  (Pevare Kevrenn, p. 103-105)


Dasorc’hidigez ar bugel Donnotarvos.


Distremen kêr hag an emgannlec’h a eure Esus ha Kernunnos hep ma kredas nikun sevel outo war o hent pe en em ziskouez a-bell zoken dirag o daoulagad. Hag i mont er maeziou a skôe d’ar mor da logig ar vaouez koz, e-kreiz ar c’hoadig-dero, kistin ha skao-gwrac’h. Mont e-barz a reas Esus, kemerout al lestr m’en doa lakaet relegou ar bugel, o zenna er-maez, skarza diouto an holen, o astenn war e vantell ouz o renkan reiz-mat en o lec’h rekis. Skigna a reas warno an tri-c’hant ha pevar-ugent louzaouenn-hud yec’hedus [1] he doa kutuilhet Alaba, hervez al lid, derc’hent deiz ar goursao-heol, hag, adpleget e vantell war o gorre, e rannas geriou galloudek. Dre galloud ar geriou ha nerz al louzaouennou, ec’h adteuas c’houez ha gor ar vuhez en holl zismantrou-ze ; an drailhennou kig, ar pennadou nervennou, an tammou kigennou, ar skiriennou askorn o tont da genstrolla an eil ouz egile. Ma adstagas ar galon da lammat hag ar gwad da redek er gwazied. Neuze e lamas Esus ar vantell ha setu ar bugel advevet o tigeri e zaoulagad hag o para e sell ouz e sell-hen.

« Hir ha kalet eo bet da hun, paotrig, » eme Esus.

Hag hen kregi ennan hag e rei da Alaba. Houman e bakas en he mantell. Pokat a eure d’ezan hag e starda war he c’halon. Dilavar ha difinv e vanas ar bugel etre divrec'h ar plac’h yaouank, harp e benn ouz ar skoaz anezi, evel pa vije c’hoaz e holl eskern brevet ennan.

« Rei laez a renkfed d’ar mabig nevez-c’hanet-man, eme Esus. Blinik eo ha gwezel c’hoaz. »

Hag o tont er-maez, e welas e toull an nor ar sorserez Atebodua a oa o c’horro he buoc’h zu [2]. En e sav adrek he c’hein Kernunnos beg e c’hoaf gantan a-stok etre daou blanken-skoaz ar sorserez. Hen eo a oa aet d’he c’herc’hat d’al lec’h-se evid ar bugel. Esus a rôas al laez da Alaba ha houman a reas d’ar bugel eva. Kerkent e teuas en-dro d’ezan e nerz hag e virvidigez. Hag hen en em deurel a-dro-vriad e kerc’hen Alaba, ha pokat d’ar plac’h kaer gant karantez, teneredigez, beoder. En em rikla goude diwar he barlen d’an douar ha dont da saludi Esus ha Kernunnos. Heman a lavaras d’ezan en eur ziskouez Esus hag Alaba :

« Paotrig, maro eo da vamm ha maro ivez da dad-mager. Kemerout re-all en o lec’h a zo red ober. D’an daou-man eo e tleez da eil-vuhez ; ha laouen e ve ganez o c’haout da dad ha da vamm ?

— Ya, laouen, eme ar paotrig ; n’oufen kaout gwelloc’h mamm eget va c’hoar Alaba ha pelec’h e c’hallfen kavout eun tad-mager furoc’h, kadarnoc’h ha brudetoc’h eged ar c’hadour divarv-ze, mab Luguselva. Hogen, mar kemeran anezan da dad-mager, da beseurd ez kemerin-te, o aotrou Kernunnos ? »

Kernunnos a gemeras ar bugel etre e zaouarn hag e savas dirag e zremm : « Da luxterios (« mestr-klezeiataer ») [3] e vezin, paotrig, emezan, hag e-touez holl vugale Vanos ne vezo hini gwelloc’h dourniet egedout da glezeiata ».

Alaba a gimiadas diouz he magerez koz. Neuze, e tilezas an daou gadour eus douar an doueed ar vro-ze da vat ha da viken, o kas ganto an Alarc’h-gwenn hag ar bugel. P’edont o treiza eur roudouz war stêr Dêva, a zo er reter, e weljont dindano e red ar stêr, en dour beteg e hanter-rivesker, an taro Donnos. Heman a vlejas p’o gwelas ha kerkent Esus, Alaba gantan war e skoaz dehou, ha Kernunnos a zouge ar bugel Donnotarvos [4] o leuskel a-ziskan d’ezan teir youc’hadenn a holl nerz o mouez : unan a drugarekaat, unan a garantez, unan a gimiad. An taro o heulias dre e sellou ken n’o devoe steuziet a-drenv haleg ar ribl-dour. Distrei a eure neuze war-du e dropell. Evel-se e voe ar c’himiad etrezo.


  1. Kenveria Loth, l’Année celtique, p. 7 ; D’Arbois, Epopée celtique, p. 412.
  2. Cf. Rev. celt. 1908. p. 201. Atebodua « branez vat ».
  3. An hen-iwerzoneg luchtaire, spis-c’heriet gant lanista, a c’houlenn eur c’heltieg luxterios pe luxtarios,, D’Arbois, Etudes grammaticales sur les langues celtiques ; Phonétique et dérivation bretonnes, p. 39*. — Diwar-benn ar ger galianek luxtos « sammet » pe « mat da veza sammet, d’ober eur sammad », ar geriou iwerzonek lucht (= *luktus) « meuriad, rummad, skouadrennad-tud », e kembraeg llwyth hevelep steriou, lenn pennad-skrid J. Loth, les Graffites gaulois de la Gaufresenque, war ar Rev. celt. 1924, pp. 1-64.
  4. Da evezia ez eo aet, en diweza kevrenn-man, Esus ha Kernunnos da droadeien eus marc’heien ma ’z oant da genta. — Dougen eur plac’h war ar skoaz evit mirout outi a veza glebiet pe veuzet, D’Arbois, Epopée celtique, p. 277. Kenveria Alfons Pinart, les Indiens de l’Etat de Panama, 1887, p. 13 (tennet diwar Revue d’Ethnographie) ; Frederik S. Dellenbaugh, the North-Americans of Yesterday, New-York, 1901, pp. 386-8.