VI. — Eur c’helou mad !

Ar Bobl, 1909  (p. 09_25/12/1909-14_05/02/1910)



VI. — Eur c’helou mad !


Pa oe gwerzet an oll draou, al laëron-mor a gemeraz adarre an hent evit dont d’ar gear da Lannion.

Ar c’habiten, lorc’h ennhan gant e zek mil liur, a oa azezet etal ar stur o vutunad hag o sellet a gleiz hag a zeou.

Paotr ar bezin a boanie da labourat evit kaout graz vad e vestr a oa ken mad evithan. He nerz kalon a greske, o sonjal e tostee evithan an heur da welet e dud du-ze en Danemarck

Evelato, eun devez deuz ar beure, ar c’habiten, evel e oa kustum, a oa etal ar stur o vutuna, hag a c’halvaz paotr ar bezinn da vont da gaozeal ganthan.

— Azez aze em c’hichen evit diskuiza : al lestr a zo goullo, ha Fistoulik a zo goest awalc’h da ober an tam labour.

Marteze ne peuz ket butunet pell zo, hag e kavfez mad eur c’hornad ive ?

— Ia vad mestr, mad e kavan eur c’hornad, ha gwec’hall zoken e oan eur butuner braz.

— Sell, setu va ialc’h, ha setu eur c’horn. Prestik goude an daou-man a daole moged dioutho gwasoc’h eget eul lestr dre dan.

Fistoulik avad a zelle a gorn outho, hag e kounar e iee pa wele paotr ar bezin o kuzulat gant ar mestr. Goulskoude ne lavare grik ebed nemed d’e genseurted all.

Pa oant o daou o peurachui o c’hornadou, paotr ar bezin a lavaraz d’ar c’habiten :

— Selaouit, mestr, eun dra a zo war va spered abaoue emaoun en o lestr, ha red eo d’in diskuill d’eoch heb argila, ar pez a zo o troidella em spered.

— Petra zo ta ! lavar d’in ta buan ! eur zorc’hen bennag douetuz ! C’hoant ec’h eur da vont d’ar gear ?

— N’emaoc’h ket, mestr ! mez mont a ran da ziskuill d’eoc’h freaz ar pez a c’hoarvez.

Lavaret em euz d’eoc’h oun bet pell amzer gant eul laër-mor evel-d-oc’h.

Hennez, ar paourkez den-ze, goude beza serret madou braz evithan hag evit e vugale, a oa re bennek, ha dre-ze n’oa ket falvezet ganen heuil anezan ken, ha mad em beuz great, rak eveld’han e vijen bet marvet breman.

An den-ze ta na c’houlenne nemed lakat bern war vern, hag abenn fin an abaden e kavaz ar maro o vont da laërez eun Enezen gaër ha pinvidik meurbed.

— Ia, eme Bimbao, ha goude ?

— Ah feiz zur ! kalz kabitened all en e raok a gollaz o buez en toull fall-ze.

— Hag e peleac’h eman an Enezen pinvidik-ze ?

— Wardro pevar c’hant leo deuz ar penn huela d’an Danemarck.

— Mez, ma kollaz ar c’habitened all o buez araok digouezout gant an tenzor, ni marteze a raio ive, ha na vezimp ket avansetoc’h.

— Selaouit mat, kabiten, ha lezit ac’hanon da gonta d’eoc’h va histor :

An Enezen-ze, hanvet ar Garnell, a zo pevar c’hant leo deuz an Danemarck, ennhi gwechall goz e oa nao famill deuz ar re binvidika a oa e Bro-Zaos, ha lavaret a reer em bro, ez euz en Enezen-ze tremen eur milliard a arc’hant.

Mez avad, diouallet mat eo an tenzor, rak peb hini deuz ar maneriou ez euz peder dimezell hag a zo karget da veilla noz ha deiz, peb hini d’e zro, evit miret na dostefe den euz an Enezen.

Kerkent ma welont unan benag o tostaat, kerkent e taolont deuz eur prenestr, eul linen en dour, ha kerkent ive, dre vertuz al linen-ze, an dour a verv eul leo tro wardro, hag ar mor a deu en eun taol da veza rusta ma c’hell.

— Fidajampi ! n’eo ket brao tostaat ouz an dimezelled-ze neuze, ha n’eo ket eaz kaout o zenzoriou.

— Selaouit c’hoaz ! Eiz devez araok ma oan bet goulennet gant ar c’habiten evit mont da gas da Vourdell ar garg koat a zo breman e strad ar mor, eur vaouezik koz ha daoubleget a zigouezaz em zi evit gouled an aluzen, an amzer a oa ien, glao a ree ha gant truez ouz ar plac’h koz, e lavariz d’ezhi dont da domma etal an tan.

Va hini goz, daoust d’ezhi da veza klanv, a roaz d’ezhi eur banne souben vad, hag eur pesk.

An hini goz a oa eur varvaillerez euz ar penn kenta. gwelet e doa, emezhi, kement korn douar a ioa er bed, rag bet e oa keginerez war eul lestr a beder gwern.

Evit troc’ha berr d’eoc’h, mestr, ar vrac’h koz a ziskouezaz d’in duma ouz an daol, eun arc’hik dir.

Ennhan e oa eur melezourik aour, ha nao alc’houezik aour ive.

Goulen a riz diganthi da betra e serviche ar melezour hag en alc’houeziou.

Hi a respontaz d’in o oe ar melezour mad da sezia izili an dud, ha da lakat an dud da goueza stok o c’horf heb gallout loc’h.

An alc’houeziou a oa mad da zigeri war an oll tenzoriou.

Abenn mont kuit, e lavaraz d’in e oa bet en e amzer iaouank oc’h ober eur pennad pinijen en Enezen a gomzan d’eoc’h diouthi, hag e devoa laëret an arc’hik-ze deuz an eizved maner.

— Rakse ta, emezhi, gant an arc’hik-ze e c’hellit beza dizoursi, gant ar melezour c’houi a zezio izili ar merc’hed iaouank a vezo o veilla, ha gant an alc’houeziou, c’houi zigoro war an tenzoriou.

— Mez penaoz, a liviriz c’hoaz d’ezhi, e lakin ar melezour-man da c’hoari ?

— An Enezen-zo a rankit da gelc’hia dre eun dervez a heol skeduz, hag etre ar bemzek hag an dregont euz a viz ar foënn.

Pa vefoc’h erruet war hed eul leo diouz an Enezen, da lavaret eo pa zantefoc’h ar mor o vransigellat, neuzo e vezo poënt d’eoc’h trei ar melezour etre an heol hag ar prenestr a welfoc’h digor.

Kerkent ma vezo paret daoulagad ar plac’h iaouank warnhan, ema hi d’an traon. Eun all a deui da gemer plas ar genta, hag ar memez tra c’hoarvezo ganti. Evelse ive a en em gavo gant an drede hag ar bederved.

Lavaret a ran d’eoc’h, abenn eun heur goude ma vefoc’h kommanset da c’hoari gant o melezour, ar c’huech plac’h iaouank ha tregont, veillerezed ar maneriou, a vezo stok o c’horf war leuren o c’hamprou.

Goudeze, peb maner a zo magoriet tro-war-dro, ha dirag an or da antreal ez euz eur gled houarn teo skrijuz, ha diouallet gant daou gi du euz ar re zrouka.

N’o pezo ken tra da ober nemed trei adarre ar melezour warnho, ha kerkent e kouezint evel kellien rostet.

Setu aze petra roan d’eoc’h evit o tic’haoui deuz ar vadelez oc’h euz diskouezet d’in.

It da laërez an Enezen-ze, etre ho taouarn eman an oll denzoriou.

— Pelloc’h goude na weliz mui netra ! ar vrac’h koz evel eul luc’heden a dec’haz kuit euz va zi, etouez eur vogeden teval.

Chom a riz eur pennad mat sebezet, ha va oll izili a grene pa zellen ouz an arc’hik lezet war an daol gant ar plac’h koz.

Eur pennad o oan bet o sonjal taoler en aot an traou-ze hag a c’helle dont euz an diaoul ; na greden ket kregi ennho gant aoun e vije deut dioutho diaoulou eleac’h alc’houeziou aour.

Goulskoude ec’h en em rentiz mestr d’in va unan, e krogiz en arc’hik dir, en alc’houeziou, er melezour, sellet a riz outho gant evez, hag erfin e lakiz anezho doun on douar e kornik al liorz…

Goulskoude va spered a zizroaz deuz an traou-ze, ha daou zevez goude e oan pignet e lestr va c’habiten evit mont gant eur garg koat da Vourdell.

— Gwelloc’h e vije bet d’id beza klasket raktal eul laër-mor benag, beza en em glevet ganthan evit mont da laërez an Enezen-ze, eget beza pignet en eul lestr hag a dlie beza penseet war mor Bro-C’hall.

— Gwir a livirit, Mestr, mez va c’habiten a ioa eun den euz ar re wella, prometet em oa d’ezhan mont ganthan, ha gouzout a rit, ger eun den honest a dalv eur skrid.

— War gementse, deomp da zibri eun tam benag d’hor lein, ha goude e zaimp adarre da ziviz war an affer grevuz-ze, mez grik ebed deuz an dra-ze epad leina, rak n’em euz ket a c’hoant da ziskuill netra evit c’hoaz d’ar vartoloded.

Pa oe debret ar pred, Bimbao ha paotr ar bezin a deuaz adarre da ziviz etal ar stur, komz a reent goustadik, evel pa n’o dije ket a c’hoant da veza klevet gant ar vartoloded.

— Neuze e leverez d’in ez eo pinvidik-mor an Enezen-ze, hag e kav d’id ez euz moien da zont a-benn d’e laërez ha da dec’het kuit deuz eno gant an tenzoriou.

— Ia Mestr ! fizianz em euz da zont a-benn euz va zaol, ha kredi ran e vezimp oll pinvidik abenn fin ar bla-ma, ma c’hasantit mont gant o lestr da laërez an tenzoriou.

— Me, anat eo d’id, ne c’houlennan ket gwelloc’h eget dont da veza pinvidik e ber-amzer.

Pemp bloaz a zo emaoun o vleina ar Goulmik du-ma, du-hont, o klask eun taol kaër benag da ober, ha kaër em euz poania, va ialc’h jom goullo, ha gwelet a ran n’eo ket war wellaat e za an traou.

Dre-ze em euz sonj da ober va oll fosubl, evit dont a-benn deuz an taol-kaër a gomzez d’in diouthan.

Fizianz em euz en da c’halloud, ha ma ne lezomp ket hor buez du-ze er broiou estren, mar teuomp c’hoaz da Vreiz gant pinvidigez hag enor, me a ouezo diskouez d’id em euz eur galon aour.

Deuz azaleg hirio, va spered a vezo noz ha deiz o sonjal ez euz en eur vro benag du-ze pell pell, eun taol fortun da ober…

Pegeit a gav d’id, a lakimp da vont euz a Vreiz d’an Enezen-ze ?

— Eur pennad mat, a zonjan, ha gwelloc’h e vezo d’eomp en em gemeret re abred eget re divezad, rak ne ouezomp ket petra espern d’eomp ar mor en Nevez-Amzer-man.

Gouzout a ran, eur wech ma vezimp digouezet en Danemarck e lakimp c’hoaz tost da eur miz evit digouezout e penn hor beach, rak pevar c’hant leo vor a c’hell beza, hervez em euz klevet ar re goz o konta.

Ac’hann d’am bro e lakimp eur miz all d’an nebeuta, rak an amzer a c’hell dont da veza fall, pe an avel kontrol d’eomp.

Rakse ta kabiten, mar fell d’eoc’h beza pinvidik abenn fin ar bla-man, eo poënt d’eoc’h troc’ha hent warzu va bro, ha deuz eno warzu an Enezen.

— Ar pez a leverez a zo gwir, ha setu ni e fin miz meurz, n’euz mui nemed tri miz hanter ac’hann d’ar bemzek a viz ar foënn.

Poënt eo d’eomp hasta, mez d’eomp da zibri hor c’hoan, kredi ran eo aozet gant Sikraouik va c’heginer mad.

Pa oe azezet ar baotred ouz taol, ar c’habiten a welaz buan e oa teval pennou ar martoloded, ne lavarent grik ebed, nag an eil nag egile anezho.

— Perak ez euz drouk ennoc’h ?

— Perak ne vemp-ni ket glac’haret a gav d’eoc’h, o welet eur marmouz koz egiz hennez ! ne ra ket eur vad war al lestr, n’eo mad nemet da zibri ha da eva, ha c’houi o peuz er c’hemeret evit o tad pe da viana evit eun den hag a c’heller kaout ennhan eur fizianz heb muzul.

En deiz all e lavarec’h da Fistoulik n’oa nemed eun tostenner, mez gwelet a reomp breman ez eo red d’eoc’h kaout eur Gatellik benag ouz oc’h heul.

Gwelloc’h e vije bet d’ar beziner koz-ze beza chomet du-ze da iudal war e roc’h, eget beza deut aman da lakat an dizunvaniez etre-z-omp-ni a ree kalz gwelloc’h, ha gant muioc’h a galon-vad hor labour neuze eget breman.

— Ia zur, eme Fistoulik, gwelloc’h e vije bot d’eomp beza lezet anezhan du-ze da vrennika pe da rigadella, eget beza digaset anezhan aman da zebri an tammou gwella, ha da veza enoret evel eur bourc’hiz.

— Roit peoc’h, tammou lakepoted divalo !

Piou en deuz lavaret d’eoc’h ez eo deut aman paotr ar bezin evit beza digemeret evel eun den hag a c’heller kaout ennhan ar brasa fizianz ?…

Daoust ha leac’h oc’h euz d’en em glem, pe gwir e tebrit ouz ar memez taol ganthan ?…

Ne fell ket d’in ec’h en em glemfec’h deuz an affer vraz a zo etre paotr ar bezin ha me, divezatoc’h, abenn nebeud amzer marteze, me a sklerijenno d’eoc’h o spered war gementse, mez ac’hann di, peoc’h ! rak me a bretant beza mestr da ober deuz peb hini ac’hanoc’h ar pez em bezo c’hoant.

War gementse ar baotred a gemeraz buan hent o gwele, ne jome war ar pont nemed Bidoch da sturia al lestr epad an noz.

Antronoz vintin e oa adarre ar c’habiten hag e vignon o kuzulat e penn ar stur.

Al lestr a gerze buan, poulzet gant eun avel adrenv hag an noz oa o koueza war an douar, pa zigouezaz ar Goulmik e porz Lannuon.

An deiz a oa tremenet mad, rak ar martoloded o devoa dalc’het sonj deuz komzou ar c’habiten.

Pa oar gant koan, Bimbao a lavaraz d’ezho :

— Varc’hoaz ken abred a ma kerfec’h, c’houi a ielo e kear da bourmen, da aveli o penn, mez paz d’eoc’h dont el lestr ma vezit ra vezo deuz an noz.

Paotr ar bezin ha me a jomo aman hon daou da ziviz diwarbenn eun affer grevuz a zo etre-z-omp.

Antrenoz vintin, ar botred n’oa ket bet red pedi anezho, hag an heol d’an deiz kenta a viz ebrel ne oa ket savet c’hoaz, pa oa ar pevar laër mor o iouc’hal dre ruiou Lannuon.

Goulskoude, sec’hed a zavaz gantho, ha ha trum ec’h azezchont ouz taol en eun hostaleri war hent Brelevenez.

— Digasit d’eomp bep a vanne kafe, hag eul litrad loko, itron.

Servichet e oant bet raktal, hag ekeit ma oant oc’h eva, ec’h en em lakejont da diviz diwarbenn paotr ar bezin.

— Me, eme Fistoulik, a vefe laouen o c’houzout pe seurt affer a zo etre Bimbao hag e goz beziner.

— Marteze, eme ar Peul, emaomp o vont da gas anezhan d’e gear.

Poënt awalc’h e ve, rak me ia kounar ennoun o welet ez eo deut ken mad-ze da Vimbao.

— Marteze, eme Sikraouik, en deuz c’hoant da veza laket da geginer em leac’h-me !

— Pe da sturier em flas-me, eme Bidoch !

— Selaouit, paotred, a lavaraz Fistoulik : red eo d’eomp gouzout ar c’henta ’r gwella pe seurt affer eo hounnez, hag evit er gouzout, ez eo red d’eomp en em gemer er giz-man :

Eur gwennek benag a zo ganeomp oll, hag e vije mad d’eomp ober hirio bep a zac’had.

Em-berr pa en em gavimp el lestr, mezo evel sonerien, e lavarimp da Vimbao e vezimp o vont da glask eur mestr-all, ma ne ve ket kaset kuit ar brenniker louz.

Ni zo servicherien koz, tud a vicher, na vezimp ket taolet er maez buan, ha marteze, eleac’h lezer ac’hanomp-ni da vont e kuit, ar mestr a gavo aesoc’h taoler ar beziner war e benn er mor.

— Ar pez a leverez, Fistoulik, a zo gwir awalc’h ! Beac’h dei ta !

Odevi d’an toull pa c’houl !

Daou litrad a oa eat dija e kof ar botred, ha Fistoulik a lavaraz digas an trede.

— Banne ebed ken, eme an hostizez !

— Petra ! eme Fistoulik, banne ebed ken ! evidon-me a lavar hag a lavaro ; eul litrad a zo brao etre daou… pa vez unan o sellet !

— Te pikouz fall ! te a gaoze egiz-ze ! mez da zaoulagad a zo maro en da benn, hag e karfez kaout c’hoaz a lagoutt !…

Ar moc’h pa ve leun o c’hof a ro peoc’h, ha te evit doare, a wasa d’id !

— Ma ! ma ! a lavaraz ar Peul, ma ne fell ket d’eoc’h rei d’eomp ken, ni ielo da glask el leac’h all !

— Kenavo itron.

Ar baotred, en eur c’hrozmolat, a ieaz er meaz euz an ti, hag a bignaz gant hent Brelevenez.

Kana reent a bouez o fenn, ha prestik e tigouechont etal eun hostaleri, war dro eun hanter leo deuz Lannuon.

An hostizez, pa glevaz ar botred o kana gallek, a zonjaz e rankent beza eur vanden lakepoted bet o karga o c’hof en eun tu benag all, hag erru d’e zi da ober freuz.

Prenna reaz an nor, ha laza reaz ar goulou. Pa oe digouezet ar botred e toull an nor, ha pa welchont e oa prennet, e komanschont da skoi warnhi a daoliou boutou, evit lakat an hostizez da zigerri d’ezho.

Houma n’oa nemet-hi hag e bugale en ti, e devoa aoun, hag a lavaraz d’ezho na zigorfe ket nag evit arc’hant nag evit aour.

Neuze ar baotred a gendalc’haz da skei gant o boutou war an nor.

An hostizez a ieaz da zistaga eur pikol ki du, hag a zaillaz kerkent war ar pevar laër-mor. Strafuillet oll, ar botred a redaz kuit araok ar c’hi.

Prestik goude, o brageier diframmet, ha roudou dent ar c’hi en o diwesker, ar botred a en em roaz da gousket en eur c’hardi deuz eun tiegez a welchont war ribl an hent braz.

Fistoulik ha Sikraouik a ieaz war eur bern plouz en eur c’horn-tro.

Deuz ar mintin pa zihunchont, Fistoulik a oa leun a gaoc’h ier e ziliad, ha Sikraouik, a oa kustum da gouskat war e gein, a oa leun e veg a gaoc’h.

Goude beza en em zigaoc’het eun tammik, ar baotred a gemeraz trum hent al lestr, teval o fennou, ha poan d’ezho en o bleo.

An deiz a oa c’hoaz o c’houlaoui, pa en em gavaz ar baotred el lestr.

Neuze ar Peul ha Fistoulik a en em lakeaz da iouc’hal a bouez penn :

— E peleac’h ema ar botred vat aman ! e peleac’h emaint ma vezint divouzellet !

— Plou ? piou a glaskez da zivouzella, te marmouz fall ?

Bimbao, pa welaz an droug a oa e Fistoulik, her stagaz ouz eun treust e strad al lestr.

Goudeze ar c’habiten a deuaz da gomz gant an tri all :

— E peleac’h oac’h c’homet da garga o korf ?

— An dra-ze ne zell ket ouzoc’h, eme Bidoch, mez ar pez a leveromp d’eoc’h breman a zell muioc’h ouzoc’h. Ni a zo o vont d’o kuitaat raktal, ma ne gasit ket ar beziner koz da vrennika. Rakse ta grit unan a zaou, roit hor paë d’eomp hag e iafomp kuit, pe mar fell d’eoc’h hon delc’her, lezit da vale ar zac’h bezin-ze.

— Ma fell d’eoc’h kaout oc’h arc’hant hirio, laouen her roin d’eoc’h, mez araok, selaouit va c’homzou :

Abaoue ema Paotr ar bezin el lestr, e welan ac’hanoc’h karget a warisi, diez e kavit gwelet ac’hanon o komz ganthan. Mez pa glevfoc’h e lakaio an den-ma ac’hanomp oll pinvik hag euruz, ar garantez a gemero en o kalon, plas ar gwarisi. E gwirionez, an den-man a lavar e oar e peleac’h ez euz eun Enezen pinvidik da laërez, hag hen hebken a c’hell dont a-benn da ober an taol-ze dre e wiziegez. Sonjal a ran e raimp eun taol-kaër o vont di hag e teuimp pinvidik d’ar gear. Rakse ta en deveziou kenta e troimp ar Goulmik war zu an Danemark, el leac’h e vezimp en hanter hon hent. Setu evit petra e oa Paotr ar bezin o komz ganen, ha setu petra lavaran d’eoc’h hirio. Varc’hoaz vintin e prenfoc’h dillad krenv ha deread, evit ober ar veach hir-ze, rag ne gredan ket e vijemp dizro araok Gouel an Oll-Zent.

Antronoz mintin mat, ar botred a ioa var zao, ha goude beza griet gwella ma c’hellent dillad roget d’ezho gant ki du an hostizez e kemerchont an hent evit mont da di ar brasa marc’hadour dillad a ioa e Lannuon. Dibabet ha gwisket gantho o dillad, e oant deut da ober eun dro bale e kear. Eun dudi oa gwelet anezho, rag ar Peul ne devoa kavet bragou ebed hirr awalc’h d’ezhan, hag an hini a zo ganthan a zizken d’ezhan beteg pennou e zaoulin. Fistoulik avad a zo lorc’h ennhan, rak e zillad a zo digouezet mat deuz e gorf. Gant e vaz livet en e zourn, hag e zigaren en e veg, en deuz an ear deuz eur paotr iaouank o poursui e studi a vedisin pe a noter. Bidoch a zo eur vez e welet, gant e vragou marellet hag e lunedou war e fri, eo henvel euz ar boudedeo. Sikraouik a zigouez mad e zillad d’ezhan, mez fentuz eo gwelet anezhan o chilgamma o vont da heul ar re all.

Goulskoude, en taol-man, daoust ma oa kalz arc’hant gantho en o godellou, e oant bet fur, rak eaz e oa ho spered. Deuz an abardaez e tigoueschont el lestr, ha kerkent ma oant erruet, Sikraouik a lavaraz :

« O kabiten ! pedi ran ac’hanoc’h em hano va unan hag en hano va c’honseurted, da bardoni d’eomp an oll droug hon euz great d’eoc’h. Kemeret hon euz evit gwir Paotr ar bezin evit eun tostenner, ha karget e oamp a warisi outhan. Mez hor c’heuz hirio a zo ken braz evel e oa hor gwarisi deac’h. Pardonit d’eomp eta hor fazi, ha lezit ac’hanomp da vouchat evel breudeur d’an hini a gemeremp bremaik c’hoas evit hor brasa enebour. »

— Ia breman p’o peuz klevet lavaret ez euz arc’hant da c’honit, pinvidigez da gaout e berr-amzer, ez oc’h mignoned !… Beteg-en oc’h bet servicherien leal, mez deac’h e oac’h eat er meaz ac’hanoc’h ha zoken, Fistoulik en devije bet buan awalc’h divouzellet Paotr ar bezin ha me, panefe m’oan erruet abred awalc’h evit tenna diganthan ar goutell a ioa digor en o zourn.

— Ia, ia, Mestr, re wir eo ! mes pardonit d’in, rak eur zac’had em oa great, ha zoken em oa torret va diou voutez o skei war dor an hostizez ne felle ket d’ezhi roi d’eomp da eva !

— Te tougn brein, eo ar gwasa deuz ar vanden, hag abaoue ema paotr ar bezin el lestr, ne zihanez ket da blanta pennadou ar re all.

— Ma ! ma ! mestr, hiviziken e vezin skouer ar vartoloded, m’en tou war va hano a Vreizad, e sentin ousoc’h evel an danvad deuz ar mesaër.

— Gwelet a rin penaoz e talc’hi da bromesa.

— Varc’hoaz, mestr, ema ar zul, lezer a refoc’h ac’hanomp da vont e kear vit prena diankajou ankouet ganeomp, a lavaraz Bidoch.

— Ia ! va zonj e oa lezer ac’hanoc’h da vont o kear en dervez araok ma dleomp partial, mez avad diouallit da veza mezo, rak fellout a ra d’in e vefec’h diabaf ha iac’h-pesk dilun vintin.

— Ar pez a reketit mestr, a vezo great !

Ar botred kerkent a sao-heol d’ar zul, a ieaz da bourmen wardro Lannuon, diviz a reent diwarbenn ar veach hirr e oent o vont da ober. « Me, a lavaraz ar Peul, pa vezin pinvidik en deziou all-man, em euz sonj da zevel eur maner aze war bord ar mor, dimezin rin ive evel just, hag eur plac’h koant a gemerin mar gallan, mez eun ti deread a zavin ive d’am zad ha d’am mam, a zo koz dija ha daoubleget gant al labour.

— Oh ! evidon-me, eme Bidoch, ne gemerin maouez ebed ! Nan, nan, ne fell ket d’in plega da verc’hed hag a vezo epad an oll amzer o welet petra rin, petra lavarin, petra zebrin, petra evin. Kemer plac’h a zo kemer liammou d’hor staga. Ouspenn, oll o deuz eun tech fall benag, lipouzenned, mevierezed ha me oar !

— Serr da veg, mec’hiek, eme Fistoulik, rak me kerkent a ma vezin krog em ialc’had arc’hant, a ielo raktal da c’houlen pennerez Laou an Tarzeller deuz Kerivin-Vrao ! Oh na kaera plac’hik ! An dour a deu em ginou pa zonjan ennhi !… Ha te Sikraouik, petra ri ?

— Me, Fistoulik, a raio evel d’oud, ha daoust ma m’euz tost da hanter-kant vla, em euz zonj da c’houlen eur plac’h iaouank ugent vla.

— Bravo ! Bravo ! Bevet Sikraouik !

Goulskoude ar botred, skuiz o pourmen dre ar ruiou e Lannuon goude beza prenet kalz butun ha traou all, a deuaz abred d’al lestr.

Pa ouent digouezet, Bimbao ha Paotr ar bezin a ioa adarre o kuzulat o daou e traon al lestr, hag o vutuna.

— Allo potred ! gwelet a ran oc’h fur, hag e sentit ouzin, hastit buan ober d’eomp hor c’hoan, rak izellaat a ra an heol.

— Ne rafec’h ket fall, kabiten, a lavaraz Fistoulik, rei urz da Zikraouik da derri e benn ouz ar c’hoz kok ruz a zo du-hont, rak bemdez kerkent ha teir heur, e vezan dihunet ganthan. Hennez avad a rafe eur goal vad d’eomp, ha dreist-oll, pa vezo bet ouz ar ber, e c’hellit beza sur e lipimp hor mourrennou diwarnhan.

— Allo ! laz anezhan, Fistoul fall !

— Oh nan, kabiten ! n’oun ket mad da vont da giger, eur galon re fall em euz, ha re a druez em bije outhan pa glevfen anezhan o klem.

— Hag an deiz all e oaz prest da laza ac’hanon-me !

— Ia vit c’hoarzin, mestr, mez paz da vad ! an dra-ze a oa eun taol boëson fall !