Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg/a-bezh
PE
DEN GUIZIEC AR BOURG.
TROET E BREZONEC EUS A LEVR GALLEC AN A. BONNAIRE,
INSPECTOUR DIVISIONER ANCIEN EUS AR POEZIOU HA MUZURIOU,
GANT A.-L.-M. LEDAN
D’an oll amzeriou,
D’an oll bobliou.
(Lezen an 19 Frimer, bloa viii.)
Euz a imprimeri Lédan, e traon ru ar Vur.
— 1839. —
Al Lezen eus ar 4 a vis Gouere 1837, a zifen a gren usach ar Poeziou ha Muzuriou ancien, hac a ordren absoluamant usach ar Poeziou ha Muzuriou nevez hepqen e Franç oll, adalec an deiz qenta eus a vis Guenveur 1840.
Ret eo eta en em soumetti d’al Lezen, hac en em hasta da anavezout ar system metric.
Evit se eo e zeus sonjet e vije un dra vad meurbet ober al levr-mâ e brezonec, evit ma ello an oll Vretonet pere n’ententont qet c’hoas mad avoalc’h ar gallec, desqi essoc’h talvoudeguez ar Poeziou hac ar Muzuriou nevez, ordrenet gant al Lezen. El levr-mâ e vezo cavet ar pez a zo mad da c'houzout evit se. Peb tra zo laqet ennan en e boent : al lezennou, articlou ar C’hodou ; hac evit ma vezo güelloc’h comprenet, e zeo laqet e form a antretien.
Ra deuy al levr-mâ da sicour ober anavezout ar Poeziou hac ar Muzuriou nevez, ha dre se da bellât diouz peb chicanerez ha da oboissa d’al Lezen. Se eo hor brassa dezir.
R. M. Be vech ma vezo cavet ar merc-mâ hed al levr, e sinifio e chencher a bersonach.
A.-L.-M. L.
PE
DEN GUIZIEC AR BOURG.
estr Pierrès, qenderv da Simon a Vontroulez, a garrie meurbet ar bourmenadennou var ar meaz. Un deiz, o veza tremenet dre Blouganou, Sant-Yan, hac en em gavet e Lanneur, deiz audianç ar Barner a Beoc’h, e yas d’an audianç, rac un nebeut e voa curius evel Simon. Daou ozac’h a voa eno o chicana var gontenanç leal ar muzur en devoa servichet da vuzuri o hed. Unan a lavare e voa re vian, eguile a soutene e voa re vras.
Digassit din ar muzur, eme ar Barner, evit ma anavezin e reizidiguez, ha ma rin constati e gonformite en oll.
Hac an daou chicaner o tigas qerqent ur muzur ancien.
— N’en deo qet se ur muzur, eme ar Barner.
— Mes, na anavezomp hini all ebet : ho tecalitrou, ho kilogrammou, piou a voar se ? qementse hon ambrouill.
— Ha pepini, trompler pe dromplet, en em expos, eveldoc’h, da brocejou ; dre ne zeus nemet ur justiç, ne ell beza nemet ur poez hac ur muzur ; an urz vad hac ar peoc’h a zepant ouz se.
— Neuze eta, petra a zecidit-u var se ? eme ar prener.
— Eleal, va mignon, evit nonpas beza goulennet implich ar muzur leal, e zoc’h privet a recours enep ar güerzer, pehini, euz e gostez, a vezo condaonet evit beza en em servichet demeus ar muzuriou ancien, faus ha difennet. [1]
— Evit neuze, eme an daou gliant, e zeo collet ar c’hommerç.
— Petra a ententit-u dre guementse, a replicas ar Barner ?
— Eleal, ne vezo mui possubl demp combina an differanç deus an eil muzur d’eben, ar pez a rê hor profit.
— Profit difennet, sourcen a flauderez, eme ar Barner. Ar muzuriou ancien a zo difennet, abalamour ma zint faus, a lavaràn dêc’h ; ar modelou a zo distrujet, tost da anter-cant vloas so ; e maint ermès ar güir, hac an dra a represantont, a zo ur gaou ; ho combinesonou hac ho comparêsonou ne dint mad nemet da drompla pe da fripona.
En eur sortial, an daou ozac’h a lavare etrezo : Penos ec’h ellimp-ni biqen, d’hon oad, compren un dra benac er pez a c’halvont deca, hecto, kilo, litr, ar, metr, stèr ? An draze a dorro hor penn.
— Ha gouscoude calz ezetoc’h eguet ho combinesonou a vuzuriou, pere a chench demeus an eil andret d’eguile, eme mestr Pierrès dezo, pehini o heuille a dost.
— Hac e foeltrfemp hor pennou diouz ar voguer, emezo, ne voezimp qet muioc’h.
— Concev a ràn, va mignonet, ne garer qet desqi ar pez a gontroli ac’hanomp.
— Hac ar pez hon ampech da ober hor c’hommerç, emezo.
— Eur c’hommerç caer, eleal ! gruji an eil hac eguile ; mes caer ho pezo ober, ul lezen nevez zo bet rentet er 4 eus a vis Gouere 1837, [2] hac ho forço da zesqi ar system metric nevez.
— System metric ! Petra ar jibet eo an dra-ze ?
— M’en em garg d’en ezplica dêc’h en ur c’hart-heur, mar qerit antren en hostaleri dosta, e pelec’h e paein dêc’h ul litr.
E lec’h ul litr, an hostis a zervichas ur voutaillad ; mes mestr Pierrès a refusas : An droajou a baeer en litr, hac e zeo en litr e fell din e ve muzuret va güin ; ho poutaillou a drompl an daoulagad a zigorit qer bras evit receo va arc’hant, emezàn d’an hostis.
— N’eus netra a justoc’h, eme an daou Vreiziad ; pa zeo leal ar muzur, ne zeus mui nemet d’en em entent var ar pris.
— Mad, a replicas mestr Pierrès dezo ; mes evit ma vezo evelse, arabat eo caout nemet ar re goarantisset gant al lezen ; ret eo, er pez a gavit just ha commod evidoc’h, a vez ivez evit an oll.
Qementse lavaret, e tiscargjot ar güin, ha pa o devoe evet ar banne qenta, e pedjont mestr Pierrès d’o laqat da gompren ar pez a ententet dre system metric, ingaldet, lealdet a vuzuriou hac a boeziou, hac eus an oll nevezentiou-ze eus a Baris, e pere na ententer netra.
— Ne gredit qet, va mignonet, penos ingaldet ar poeziou hac ar muzuriou a vez un dra nevez en Franç ; ha penos, pell da vrouilla ar c’harculiou, en em gargàn, me va-unan, da zisqeul dêc’h goude e rentont anezo semploc’h.
— Expliqit se demp, ni ho ped.
Amâ mestr Pierrès a gontas dê penos d’ar c’houlz ma commande ar Romanet ar bed oll, muioc’h dre nerz o rêson eguet dre hini an armou, ne voa nemet ur muzur hac ur poez. Se a badas pell-amzer e Franç ; mes pa na anavezas mui an autrone vras autorite ar roue, ar bobl a voe hep protection ; ar pennou bras a eure ar muzuriou d’o c’his, brassoc’h evit receo, biannoc’h evit güerza : beza voe eus a qenlies seurt evel a voa a guestel hac a guæriou. An dizurz-se a rente an echench goal dies, ha danjerus memes evit ar re ne anavezent qet ervad ar rapportchou o devoa etreze : contribui a rejont pell-amzer da zispartia ar brovinçou, ha da ampech commerç madou an douar hac an oll varc’hadourezou all.
— Gouzout a reomp se ervad, eme unan eus an daou varc’hadour.
— Hac e profitec’h eus a se ?
— Ar c’hommerç e voa.
— Credi a rit-u henvel commerç, an traficou mezus-se, ganet eus an dizurzou bras a zizunvan ar Franç ! Ar c’hommerç, va mignonet, a zo un dra gaer ha nopl, pehini a antretien ar garantez hac a dost hac a bell, hac a dlefe beza grêt gant an oll lealdet dign demeus a ur güir Breiziad. An honestis eo ene ar c’hommerç, hac ar güella tout evit ober fortun direbech etre tud afêçon.
— Rêson oc’h eus sur ; mes, gouscoude, pa vet fin.....
— Penos, va mignon ?
— Eleal, e clasqer trapout ar re n’int qet fin avoalc’h.
— Qementse zo fall ; trompler pe tromplet, en em disfier an eil ouz eguile, en em gassaer, pa dlefet beva e peoc’h ; rac al lealdet eo ar peoc’h, beza eo ar gontantamant ; ar profit leal eo a ra ma cousqer êzet var bep scouarn. Beza e voe eta ur sonjeson gaer eus a bers an assamble constituant, da laqat fin d’an dizurzou-ze a rene en instrumanchou ar c’hommerç, pere a c’houlen ar justa ingalder, ar brassa sempldet hac ar brassa lealdet.
ar c’homzou-ze, an daou labourer a droc’has ar gomz da vestr Pierrès, hac unan eus anezo a lavaras dezàn :
— Eleal, ho sempldet a zo caer, gant e deca, e myria, e hecto... Ha neuze, piou a lavar dêc’h e zeo surroc’h ar muzuriou nevez-se eguet ar re ancien, a blich d’ar barner guelvet faus ?
— Ia, faus hac incerten, hep nep titr font, hep moyen da assuri an dalvoudeguez ; e lec’h ar mètr, fondamant ar system nevez, o veza lennet demeus an natur, a chom fix ha divariant.
— Na ententàn netra e qementse oll ; ho system, ho natur, ho mètr, a zo gregach evidomp.
— Ma, gregach eta ; mes me ya d’en explica dêc’h evit an ezeta : Dre system ec’h ententer an assamblach demeus a lodennou unanet evit formi un dra hepqen.
— Se zo c’hoas gregach evidomp.
— Anavezout a rit-u labouriou an douarou ?
— Ia michanç, pa zeo güir e talc’homp douarou.
— Neuze e tleit gouzout penos ar memes parc, en ur certen nombr a vloaveziou, a dle beza hadet, pe en melchen, en güinis, segal, qerc’h, güinis-du, patates, pe a un dra benac all. Ar gombineson-se a labouradur a hanver system a regou-an-trevad.
— Compren a rêr se.
— Evelse e lavarer system metric, evit henvel an assamblach eus ar poeziou hac ar muzuriou tennet deus ar mètr.
— Neuze eta, petra eo ar mètr, ha penos e zeo divariant ?
— Qementse na expliqer qet en diou gomz : ret eo dabord compren penos, evit ma vezo loden un dra divariant, ma vezo an dra-se en ur fêçon ne ello qet e-unan chench. Evelse, dre exempl, mar muzurit gorre ho parc gant ur reglen houarn pe güevr, pehini na elfe na cresqi na diminui, e zoc’h certen da gavout just termennou ho parc.
— An draze a zeblant sclêr avoalc’h.
- Dre ar memes rêson eo, evit rei ur muzur d’ar Franç, e zeus muzuret var ur spaç niverus eus an douar, fondamant divariant deus ar vam-muzur, eus a behini e zeo tennet ar muzuriou all, hac a zo hanvet mètr, pe unite naturel, abalamour ma zeo bet qemeret eus an natur, en muzurach an douar, ar pez a offr ar grouidiguez a vrassa d’an den, a certena, a divarianta.
— Ellout a refet-u explica demp penos e zeus ellet muzuri an douar evit formi ho mètr ?
— Histor ha detaill ar muzuradurez bras-se hor c’hundufe re bell ; en em gontantomp da c’houzout penos an dud sqiantet bras pere a voar assuri demp en avanç ar poent just demeus an eclipçou, o deveus ellet muzuri reizamant ar c’hart demeus a dro ar bed.
— Ha petra a brouv qementse ?
— Gortozit ur moment. Ar c’hart deus an dro-se o veza reizamant muzuret, e zecmillionvet loden a zo bet hanvet mètr, muzur principal, eus a behini an hirder a zo eta evit güir ingal d'an daou-uguentvet millionvet loden demeus a oll dro ar bed, a behini en oll a zo divanc.
— Eleal, honnes a zo un ide gaer !
— Muioc’h eguet un ide eo ; beza e zeo ur feat, ur virionez : evel œuvrach Doue, pehini en deveus grèt an ên hac an douar, ar mètr a zo sacret ; n’en deo qet un hirder convenet, evel troad Charlamagn pe brec’h Napoleon, nac ur reglen pehini a ell en em alteri ; ar mètr, dleout a ran e repeti, eo an elemant demeus an oll muzuriou ; deus e hirder eo e furmer ar muzuriou lineer ; demeus ar mètr carre e rêr hini ar gorre ; demeus ar mètr cub (c'hoec’h façaden carre evel un dinç), re ar gontenanç ; anfin, deus à boez ur volum dour ingal da gub ar c’hanvet loden eus ar mètr e zeus formet ar gram, pehini eo an elemant eus an oll boeziou.
Ul lezen e deveus consacret an operation vras pehini e deveus roet ur muzur güirion ha naturel, anzavet gant ar rêson, constatet dre ar c’harculiou, hac ar muzur-se a zo bet dediet d’an oll amzeriou, d’an oll bobliou [3]
Ar mètr e platin, metal divanc, a zo bet deposet, er gampr al lezennou, evel goechal e Rom modelou ar muzuriou a vije deposet er c’hapitol, hac ar mètr model-se a zo bet hanvet etalon prototyp ; ar mètr anfin, va mignonet, a zo ur monumant na ell biqen mancout, offret da gommerç ar bed oll, hac unan eus ar gloriussa disoloidiguez eus ar Franç, dleet d’ar c’hantvet diveza.
— Qementse oll a seblant deomp caer, mes n’en em goncev qet qen êzet evel el lavarit.
— Sonjal a rit-tu penos me va-unan e meus e gomprenet diouc’h-tu ? Ar speret na disa qet oll en un tol ; an nep a zesq lent, a zesq assuretoc’h eguet un all ; an application a ra an den savant, ha cetu eno perac ar feneant a vezo atao ignorant.
— Hac ar pez a zisqer re brim a ancounac’her er memes tra ; se eo ar pez, na hean mestr scol va c’hommun da repeti, pehini en em disfi atao demeus a vemor ar vugale.
— Un den a sqiant vad eo ; ne ouzer qet an traou pa na ouzer nemet ar gueriou.
— Evelse, Autrou, eme unan eus al labourerien, eus a behini an tal hac an daoulagad a zisqeule an habitud eus ar reflexion, e pedin ac’hanoc’h da zont c’hoas var hoc’h explicationou. Concev a ràn ervat ar mètr evel muzur a hirder, mes evit ar re all hac evit ar poeziou, ne meus evit c’hoas nemet un ide dister avoalc’h diouto.
— Mont a reomp d’o sclerât ha da fixa an ideou qenta-se, en eur heuill termeniou al lezen fondamental [4] ; qemerit ur c’hrayon ha merqit.
Evit muzuriou ar gorre, evit an douarou, e zeus grêt ur muzur hanvet ar, ingal, en carre, da zec mètr a gostez.
— An draze a goncever ervat.
— Grêt e zeus, evit muzuri particulieramant ar c’heuneud da zêvi, ur muzur ingal d’ar mètr cub, pe, mar qerer, eus a ur mètr en teir gostezen, hirder, ledander ha dounder ; hac ar muzur-ze a zo bet hanvet stèr.
— Mes mar en deus ar c’heuneud ouspen ur mètr a hirder ?
— Neuze ar montanchou a zo disquennet e proportion, en hevelep fêçon da bresanti atao ar mètr carre.
— Evit an traou berus, ar greuniou, hac evit an traou sec’h, e zeus composet ur muzur eus a behini ar gontenanç a zo eus ar c’hub deus an decvet loden eus ar mètr ; hac ar muzur-se a hanver litr.
— Guelet a ràn ervat penos ar mètr a reol an oll muzuriou ; mes evit ar poeziou, e rancfen caout explicationou all.
— Ezet e vezint. Demeus ar c’hantvet loden eus ar mètr e zeus formet ur c’hub ; carguet e zeo bet a zour pur, pe rentet e temperadur ar scorn teuz hag ar boez eus an dour-se a zo bet hanvet gram.
— Evelse eta, dour ordinal, yen pe dom, na elfe qet servich da anavezout reizamant ar poez contenet en ur c’hub ?
— Nan, rac an dour hac an traou berus o deveus pepini eus anezo ur bounerdet particulier, pehini a chench, herves an temperadur.
— Nac a brecautionou evit traou qer dister !
— Traou qer dister ! Noc’h eus-u qet contet c’houi etrezoc’h, marc’hadourien, peguement cant greunen hed a vuioc’h pe a nebeutoc’h a rafe, epad ar bloa, ebars en ur muzur eus a behini en em servichfet cant guech bemdez ?
— Güir eo ze, hac ec’h ouzomp un dra benac var guementse.
— Er c’hredi a ràn.
Hac an daou ozac’h en em lacas da c’hoarzin.
— Rêzon vat eta zo d’oc’h evessât, da ober attantion varnoc’h evit hoc’h interest commun, hac evit ampech procejou evel an hini e zoc’h o paouez coll ho taou. Gouezit eta penos ar muzur leal a zo, evel ar güir, instituet evit avantach an oll.
— Ia, Autrou, pepini e voüir.
— D’accord ; mes gouezit ive penos peb güir a impos un dever, un obligation an eil en andret eguile. Poursuomp hon examin, eme mestr Pierrès.
Ar muzur a hirder a hanver | mètr. |
An hini a horre | ar. |
An hini a solidite | stèr. |
An hini a gontenanç | litr. |
An hini a boez | gram. |
Rac se, pemp hano principal da zelc’hel. Evit nebeut ho pe memor, an dra-se a vezo qen êzet dêc’h, m’en em disting peb seurt muzur d’ar c’hlêo dre ur son particulier. Ha ne deo qet simploc’h an draze egüet an niver eus an hanoyou ancien, a hend all seulvuioc’h danjerus, ma na sinifie qet alies ar memes guer evit sinifia ar memes tra.
Güir ê e zeo ret gouzout ouspen cant hano a vuzur hac a boez evit ober ar c’hommerç er Finister, e Costez-an-Nord hac er Morbihan hepqen ; mes ivez, penos planta er penn ho deca, ho myria, ho hecto ?
E lec’h ar c’hant hano-se a vuzuriou, eus a bere e comzit, ne meus nemet daouzec, eus a bere ec’h ouzoc'h dija ar pemp qenta, hac an daouzec guer-se a lavaro tout.
— Penos ? pas muoc’h ? Nebeut eo évidomp, ni pere a dle anavezout oll gantoniou Breiz.
— Pas muioc’h, va mignonet. Alon, merqit anê.
Deca, pehini a sinifi dec | 10. |
Hecto, pehini a sinifi cant | 100. |
Kilo, pehini a sinifi mil | 1000. |
Myria, pehini a sinifi dec mil | 10,000. |
Ar peder sinification-se a gantite a hanver multiplou, rac en eur unani anê pe d’an unite fondamantal, pehini eo ar mètr, pe d’an eilvedou uniteou pere a zo tennet diouto, da c'houzout eo : ar, stèr, litr, gram, e presanter, dre ur guer composet, an uniteou differant-se qen alies a vech evel m’en disqeus an denominatoret deca, dec ; hecto, cant ; kilo, mil ; myria, dec mil.
Un daulennic vian pehini a meus em godel, hac euz a behini e roin copi dêc’h, a zisqeulo en e oll application ar sytem ; ar pez a lavarer d’an daou-lagad dre scrit en em gav atao d’an ezom, elec’h ar c’homzou a nich en ear. [5]
— Cetu aze hac a zo lavaret mad ; mes pere eo an tri guer pere, gant an nao all a ouzomp dija, a dle completi an daouzec guer nevez a ra hoc’h oll affer, hac a rê demp qement a aoun ?
— An tri guer-se a hanver diminutivou.
— Petra eo un diminutif ?
— Un esprimidiguez pehini a zisqeul ar biander a dost pe an nebeuta brasder demeus a un dra : evel demeus a ur yar e zeus grêt ur yaric ; demeus a ul loë e zeus grêt ul loëic ; un oan, un oanic.
— An dra-ze a gonçever.
An diminutivou a deca, dec ; a hecto, cant ; a kilo, mil, o deveus an avantach bras da ziviza an nombrou dre decvedou, cantvédou ha milvedou, pa n’en deveus ar zero nemet ar galloud da vultiplia dre dec an nombrou da bere e zeo unanet.
— Ha pénos e hanvit-u an diminutivou-se ?
— O henvel a ràn deci, çanti, milli.
— Cetu aze, Autrou, n’en deo qet gregach a grenn, hac e tevinàn ractal penos an draze a sinifi decvet, cantvet, milvet.
— Mad evelse ; mes grit an application eus a ze d’ar mètr pehini a dremen arauc tout.
— An draze a ra deci-mètr, çanti-mètr, milli-mètr.
— Hac ar gram ?
— Deci-gram, çanti-gram, milli-gram.
— Matoc’h c’hoas, va mignonet. Entent a rit-u mad bremâ an avantach a ro evit ar gontchou an diminutionou hac ar multiplou pere en em applic d’an oll muzuriou evit diminui an nombr pe e gresqi demeus a un decvet, a ur c’hanvet, a ur milvet ? Er muzuriou a hirder, dre exempl, e lec’h toazennou, troatadou, meutadou, lignennou, n’oc’h eus mui nemet un urz a zivizion dre dec, dre gant, dre mil, merqet reizamant var ar muzur : hac evit conta, peguen êzet, dre ne zeus mui nemet diou golonen chiffrou, e lec’h teir, e lec’h peder !
— Se zo güir, gouscoude. Mes, penos, d’hon oad, e teufemp da zesqi un arithmetic neve ?
— N’eus qet a arithmetic neve, rac n’eus qet a nombrou neve, nac a c’halloud neve : ar fêçon da garculi a chom ar memes tra, sepet an application neve, pehini en rent ezetoc’h, ha qen simpl, ma zon certen e tisqot anê gant ho mestr scol, en diou pe deir guentel.
— D’am oad, mont da guemer qenteliou ! eme unan eus ar goaset.
— Ar vuez a zo un discadurez cuntinuel, eme mestr Pierres ; re eurus c’hoas pa n’hon eus qet da zizisqi ar pez a zo faus evit e ramplaci dre ar pez azo güir. Tremenomp adare bremâ en hor memor ar pez hon eus expliqet.
— Selaou a reomp.
— Evel na zeus nemet ur justiç evit an oll, ha ma zoar oll ingal dirac ar justiç, e vez disurz ma rënfe ur poez hac ur poez all, ur muzur hac ur muzur all : talvoudec eo d’an ezetamant, da surete afferaou ar c’hommerç, ma rënfe ar memes poeziou ha muzuriou en oll vroyou.
— Ni garfe ervad se, rac pa hon eus pe hed, pe amann, pe anfin ur varc’hadourez all benac da voerza, e zeus contchou eus an diessa da ober.
— Joaüs bras oun demeus ho tistro d’ar rêson, pehini a fell e servichfe d’ar re all ar pez a zo mad evidomp, evit ma en defe pepini e loden.
— Qementse zo ententet mad.
— Poursuomp, va mignonet. Gouzout a rit penos ar mètr...
— Eo tad ar poeziou hac ar muzuriou.
— Mad evelse ; hac ouspen, e zeo divariant.
— Evel an douar muzuret gant an dud savant.
— Gouzout a rit c’hoas penos e zeus formet muzuriou, en eur disconta demeus e lodennou cubou pe carreou decimal ; rac se an ar a zo cant mètr carre ; ar stèr, ur mètr cub ; penos al litr a represant contenanç ar c’hub eus a un decvet eus ar mètr ; ha penos anfin, ar gram, bepret buguel d’ar mètr, a represant poez ur çantimetr cub a zour ; penos ar c’hilogram, pe, mar qerit mil gram, a represant, dre ar memes princip, poez an dour dastumet ebars un decimètr cub, pehini eo al litr.
Ar pez a gomz d’an daoulagad, en em angrav güelloc’h er speret ; ober a ràn eta presant dêc’h demeus a un daulen, e pehini e velot represantet ar pemp unite a form ar system metric. [6]
— Bremâ, pa velomp anezo, netra na ell laqat o ancounac’hât.
— Mes sonch oc’h eus-u ivez en daouzec guer principal pere a servich da applicalion ar systèm metric decimal ?
— Perac e hanvit-u an daouzec guer-ze principal ?
— Abalamour en eur unani anê ouz o c’hombina, e formont re all.
— Compren a reomp : hecto, cant ; ar, cant mètr carre ; hectar, cant güech cant mètr carre, pe dec mil mètr carre.
— Mad evelse, va mignonet ; me ho trugareca ervad. Lavaret a remp eta en em gompos ar systèm demeus a zaouzec guer, hac e c’houlennen ouzoc’h ha c'houi a elle o repeti din en o urz.
— Dies bras e ve ; an dra-se en em vrouill c'hoas en hor penn.
— Evit renta an dra-se sclêroc’h da gompren, e tivizimp ar gueriou-se e teir loden, evellen :
Ar c’henta a zisqeus ar pemp unite a vuzur hac a boez a anavezit dija qer reiz : mètr, ar, stèr, litr, gram, evit formi ar muzuriou a hirder, a c’horre, a solidite, a gontenanç, hac a boez.
An eil loden eus ar gueriou nevez a zisqeuz ar pêvar nombr decimal : deca, hecto, kilo, myria, evit multiplia hep nep differianç an uniteou metric dre dec, cant, mil, ha dec mil.
Anfin, an deirvet loden a zisqeuz an drivet nombr divizer pe fractioner decimal pere hon eus hanvet deci, çanti, milli, evit disqeuz an decvet, ar c’hantvet, pe ar milvet loden eus ar mètr, ens an ar, eus ar stèr, eus al litr, eus ar gram. Ha n’en deo qet qementse oll simpl bras ? Daouzec guer evit represanti hano ar muzuriou, deus o multiplou, deus o fractionou ? daouzec guer repetet dre all, hac eus a bere ar sinifianç a zo ar memes tra e Montroulez, e Castel, e Landivisiau, e Landerne, e Lesneven, e Brest, Qemper, Guened, Sant-Briec, Guengamp, Landreguer, Lannion, ha dre oll : daouzec guer anfin, adoptet gant an estranjourien, hac int a ell beza ignoret gant ur güir Breiziad ?
- Ni zo deus hoc’h avis : an dra-ze ne voa qet qer dificil.
— Ha penos sonjal, va mignonet, e zeo tud savant, tud puissant deus a Franç, pere a voar implija o güizieguez d’an traou burzudeta, o devije imajinet, pa zoa qestion eus a vuzuriou hac a boeziou, combinesonou compliqet na elje an oll compren ! Ne zeus netra a vad, a util, nemet ar pez a eller da zisqi ezetamant.
— Ia, pa zigüez da dud vad eveldoc’h caout ar vadelez da instrui tud ignorant eveldomp-ni.
— Lavarit qentoc’h : Pa gaver tud pere a fell dê ervad selaou ar guelennadurez a roer dê. Hep an attantion ne zisqer netra.
— Se eo ar pez a lavaràn bemdez d’am bugale intourdi, pere a zistro diouz ar scol qer scanv a ziscadurez evel pa voant e vont.
— Cetu eta c’houi certen mat demeus a utilite hac eus a simplicite ar system decimal demeus ar poeziou ha muzuriou ?
— Ia certenamant. Ho trugareeat a reomp deus hoc’h explicationou, hac ho pedomp da rei deomp an tamic paper ho poa promettet deomp.
Amâ, mestr Pierrès a roas dezo taulen ar muzuriou leal.
n eur baea al litr güin, ar c’helennour afêçon a reas observi d’an daou ozac’h penos e ve en vean ar muzur hac ar poez ingal, ma na ve qet ivez ar moneiz ; rac, emezàn dezo, ar moneiz pe ar paper pere a represant e dalvoudeguez, a zo evel ar c’hontrepoez deus an traou a verzer, deus al labouriou a rêr, deus an transportchou, deus ar servichou ; anfin, demeus a guement tra a rêr e pris a arc’hant.
— Penos hon eus-ni ellet ancounac’hât ar poent qen necesser-se ?
— Al lezennourien o deveus pourvezet dre lezen font ar system : ar franc eo an unite eus ar moneiz, divizet en decimou ha çantimou. Evelse ive, peseurt facilite admirabl evit an oll gontchou !
— Pell amzer zo e santomp se.
— Mes, anavezout a rit-u ar rapport a zo etre ar moneiz hac ar poez ?
— Da betra e ve mad se ?
— Dabord da anavezout talvoudeguez leal ar moneiz-se, eus a behini peb den en deus ar güir da exija an appoent, mar deo alteret : rac se, ne zeus nemet paea dêc’h cant franc, pe en peziou a unan, a zaou pe a bemp franc ; dre ma tle ar c’henta eus ar peziou-se poeza lealamant pemp gram, an eilvet dec, hac an drivet pemp-varnuguent, e tleit receo un anter kilogram pe pemp cant gram, hac oc’h eus ar güir da exija an nombr a c'hramou a vancfe evit peur-ober ar poez fixet. Er memes tra eo deus ar moneiziou all.
— Ha c’houi elfe rei demp taulen ar rapportchou demeus ar speçou differant o deus cour e Franç, gant indication o foez ?
— Gant plijadur vras ; cetu-hi amâ : [7]
— Ho trugarecât a reomp ; an draze a ell servich da ziou dra : dabord evit constati poez ar sommou a recever ; goude, pa doueter var poeziou ar varc’hadourien, var creyer ar brenerrien amann, ha var an oll muzuriou, ec’h eller ober ar gomparêson, da behini n’en em depordent qet. Gant arc’hant er godel, pepini a ell en em assuri eus a ze. Certenamant, ar system metric a zo un dra gaer ; evelse ive me rayo e respeti er gommun e pehini e zon mêr.
Evelse eo e teuas, ouz en em renta d’ar virione ha da breuvennou mestr Pierrès, ar c’hossa eus an daou den-mâ da veza diouc’h-tu ar ferma souten demeus a un institulion « eus a behini ar gonception a enor ar muia ar speret humen, hac a behini an destinadurez a zo da zont da veza commun d’an oll nationou. [8] » Se a voe vœu Napoleon, pehini a felle eul lezen, ur poez, ur moneiz dindan mercou differant. [9]
oaus bras demeus an issu vad e zoa o paouez obten dre ar rêson, mestr Pierrès, en eur starda e zorn d’ar mêr, a reas dezàn nn discoursic-mâ :
« An ignorant n’en deo nemet ur feneant pehini ne gred qet, rac ne fell qet dezàn desqi : dispris a ra ar pez ne voar qet, hac e varn qement so evel a ra un dall deus al liouyou. Ar güir anaoudeguez eus ar pez a zo util a assur peoc’h ha boneur an dud. Piou a elfe conta an difficulteou, an discussionou o deus lec’h en Franç en ur bloa hepqen var lealdet ar poeziou ha muzuriou, eus a bere al lezen e deus evit objet da voarantissa an oll ! Mes, sònjal a rit-u, Autrou mêr, e zeo facil obten ar goarantiach-se hep ar sicour, hep ar sclêrijen a c’houlen peb tra evit beza pratiqet utilamant ?
— Ha c’houi elfe, eme ar mêr, va renta capabl d’en em difen va-unan a enep fraudelez ar varc’hadourien, ha da assuri da dud va c’hommun ar goarantiach a zeziràn evidòn va-unan ? rac, arauc tout, da bepini e hini.
— Da bepini e hini, daccord, mes gant condition da nonpas noazout da vouiriou an nessa. Qent mont pelloc’h, touit din ractal e refot terri publicamant, en eur antreal en ho commun, ho poeziou hac ho muzuriou ancien, pere a zo difennet, abalamour ma zint faus, ha contrel d’al lezen.
— Me en tou dêc’h, eme ar mêr.
— Mad evelse ; rac ar güella sermon, ar güella ordrenanç, eo an exempl ha nonpas ar gomz.
— Torret e vezint, m’en assur dêc’h, rac me zo marc’hadour hed, qeuneud hac amann ; hac ar re all a dleyo ober er memes tra qerqent.
— Ervad a reot : an oll a dle en em gonformi d’al lezen : lennit ar C’hod ; pa brononç ur boan pe un amand, ne lavar qet : hen a hen ; mes nep piou benac a implijo poeziou ha muzuriou na vezint qet conform d’al lezen, pe piou benac en devezo tromplet dre usach poeziou pe muzuriou faus. Dalc’hit ar princip-se evit certen, penos an ingalder deus ar moneiz en em liam stard da hini ar muzur. Pebes confusion, ma rafe pepini e boez, e arc’hant ! ar goad a ruillfe souden e peb marc’hat. Princip fondamantal : D'ar Gouarnamant hepqen ec’h apparchant da etablissa ha da gonservi lealdet ar moneiz hac ar muzuriou.
— Ar güerzer gant faus poeziou a eller, hep lavaret re, comparachi ouz ar fals-moneizier, mar paeer anezàn en arc’hant mad.
— Penos eta, Autrou ?
- Dré ur rêson simpl : mar teuer dre ar faus muzur, da receo pemp dre gant a nebeutoc’h deus a ur varc’hadourez a dalvesse cant franc, ha ma teufet evit e baea, da gonta dezàn uguent pez a 5 franc, e zeo certen mad penos nontec eus ar peziou-ze a vije suffisant evit ar baeamant. Dre effet ar flauderez e zeus teuzet unan en dorn ar prener ; hac an alteration-se, an diminution-se euz an dalvoudeguez, piou en deus e broduet ?
— Ar güerzer, hep douetanç.
— Ia, ar güerzer, pehini, deus a ur muzur faus hepqen, en em ra qement all a beziou mad a voneiz. Ar güerzer, e qementse danjerussoc’h eguet ar fals-moneizier, eus a behini ar pez, en difin, n’en em deuz nemet en dorn unan hep muiqen.
Rac-se, Autrou mêr, nep exception ebet en accomplissamant un dever a ra güir an oll ; hac a hend all, ha neo qet bet scrifet : Ne pezo qet ur poez hac ur poez, hac ar balanç flaudelus ha pe deo-hi qet en abomination dirac Doue ?
— Dirac Doue ! dirac Doue ! ia ; mes ar varc’hadourien ne doujont qet nemeur anezàn.
— Ur maleur bras eo ; rac, anes se, n’ho pe netra da ober evit assuri al lealdet en ho commun ; mes, pa zeo autramant, pa zeo güir an nerz just demeus al lezennou ha demeus ar vajistratourien a dle presta e zicour d’an oll, na espernit qet ar poursuou a enep ar feiz fall.
— Nebeut a aoun e zeus diouz an amand, hac ar profitoü a zo en-tuont dezàn.
— He bien ! grit neuze calz a drous, calz a vrud : ra deuyo an hini n’en deus aoun na diouz Doue na diouz an amand, da gavout aoun da goll e reputation a honestis. Pa na eller touch ar speret, e zeo ret en em guemer ouz ar matier.
— Mes c’hoas e zeo ret din gouzout penos, hep re a studi, ec’h ellàn laqat menteni ar reglamanchou var an ingalder. Ezet eo dêc’h sclêrijenna ac’hanòn var se oll ; rac guelet a ràn ec'h ouzoc’h tout.
— Tout ? oh ! nan ; mes un nebeudic eus a veur a dra. Lennet e meus meur a levr, hac e meus dalc’het em memor ar pez necessera, hac a zebitàn gant plijadur vras d’an neb a ra din an enor d’am zelaou. Marteze oc’h eus-u ive lennet Simon a Vontroulez, ar Beilladegou, ar Pautr côs Richard, hac al levric bian grêt evit prepari da zesqi anavezout ar Poeziou ha Muzuriou neve, pehini a dle beza bet distribuet er Finistèr hac e Costez-an-Nord, er bloa tremenet.
— Oh ! ia, ha gant plijadur vras, m’en assur.
— Var ze e sònjàn ec’h ouzoc’h un dra benac eus ar Poeziou ha Muzuriou nevé ?
— Un nebeudic. Beza ho pefe-u ar vadelez da zont c’hoas d’o explica din ?
— Ia, gant joa, varc’hoas, e foar Montroulez, ha var blacen ar Marc’hallac’h memes ; rac var ar c’hamp a vataill eo e tisqer ar brezel. Nep na vel an dud nemet el levriou, na studi qet an den ebars an den, a ello comz, scrifa ervad, mes ne yêlo qet e founç an traou ; dre an œuvrach eo e teuer da veza artizan.
— Qen a vezo eta varc’hoas evit hon experiançou.
— Ia, hon experiançou ; ar guella instruction eo.
n deiz var lerc’h mestr Pierrès ne voa qet c’hoas savet pa erruas e vignon eus an deiz arauc d’e guemer evit mont gantàn da evessât var an instruction a voa bet prometet dezàn.
— Penos e tigüez, eme ar mêr, en ur vònt assambles gantàn, e qemerit un interest qen bras da guement a sell ouz ar Poeziou ha Muzuriou ?
— Eleal, eme mestr Pierrès, ganet on paour, hac e meus labouret evit beva, hep na labouras biscoas den evidòn hep beza paeet. En ur souffr, e meus disqet souffr gant ar re all ; yaouanc e meus gouezet petra a dalveze ar bara a c’hounezer gant poan, ha peguen calet eo güelet anlevi deomp dre ar flauderez un darn eus ar pez zo gounezet. Neuze e prometis ervad ampech, ar muia possubl, epad rën va buez, ober d’ar re all ar gaou am boa aoun a ziguesche ganén va-unan.
— Qementse am nerza er volonte da assuri em c’hommun lealdet debit an oll varc’hadourez.
— Beza e vec’h en effet moralamant responsabl demeus al laeronçiou bian mezus-se pere a elfoc’h da ampech : protection an autorite a laca tud ar gommun d’en em attachi dezi : ur mêr evesiant ha just en devezo atao evitàn moeziou tud e gommun.
— Dre betra, eme ar mêr, e zeomp-ni da gommànç hon examin ? Ma antrefemp e stal ar boulanjer a zo aze, evit güelet penos e poez e vara ?
Mestr Pierrès, en eur abordi anezàn, a c’houlennas outàn daou kilogram bara e pris an tax.
— Cetu aze, eme ar boulanjer, ur baraa 2 kilog.
— Neo qet ur bara eus a ur seurt poez convenet, pehini na ellit qet poaza da boent ; mes bara eus ar poez a c’houlennàn ouzoc’h, en eur e laqat er valanç.
- Er valanç ! er valanç ! eme ar boulanjer, james n’en em servichàn demeus a valançou.
— Fall a rit ; laqit enne ho para a 2 kilog.
An operation grêt, e vanqe un hectogram, a eure mestr Pierrès renta dezàn ouspen. Ur baourez qêz mam a famill a recevas ar bara, gant an appoent, pehini, e-unan, a reas dijuni unan eus e bugale.
— Ar miserabl ! eme ar mêr, pehini a laer evelse bep mintin dijuni cant crouadur ! Ar guentel a zo mad, ha pa vezin distro d’ar guêr, me a ray embann e zeo d’ar pris-ma-pris an anter-kilogram e tleer güerza ar bara ; a hend all, d’ar voulanjerien da ober anè bras pe vian, pa ne voarantis se netra.
— Ma antrefemp bremâ e stal ar varc’hadourez saon, eme mestr Pierrès ?
— Antreomp eta, eme ar mêr.
En eur antren, mestr Pierrès a c’houlennas moneiz deus a ur pez a bemp franc, hac a voa rognet. Goude beza en examinet, ar vreg a lavaras ne roje evitàn nemet 4 franc 50 çantim.
— Ma, eme mestr Pierrès, beza e vezo a rest evit pea ar saon e zit da voerza din.
— Ar vreg, presset bras, a dolas ar saon er valanç.
— Douçic, douçic, eme mestr Pierrès : accord mad omp var ar varc’hadourez hac ar pris ; mes dre ma oc’h eus examinet mad va arc’hant, e fell din ivez examina ho poeziou hac ho palançou.
— Va foeziou ha va balançou a zo reiz, emezi.
— Güelomp ta dabord, ho palançou, pere a dlefe beza stribillet en ur fêçon da laqat anê da voujal facil ; en em assuromp ive ha just eo goalen ar valanç.
Ha mestr Pierrès a dennas deus e c’hodel daou boez absoluamant er memes tra, hac a laqas en diou bladen : an hini e pehini e voa bet laqet ar saon a goezas ractal ; ur poezic laqet en eben o ingalas.
Ho palançou a zo faus, ho palançou a zo foll ; me voar ho truc, ha penos e tromplit indignamant ; mes, güelomp ivez eben, eme mestr Pierrès d’ar vreg.
— Homàn zo bouzard, emezàn.
— Penos bouzard, eme ar vreg ?
— Ia, bouzard, p’eo güir ajoutamant ur milvet [10] eus ar poez ne ra qet dezi soubla er c’hostez ma zòn a paouez e blaci ; ia, goal vouzard, hac er c’hostez opposet d’ar varc’hadourez.
— Hoc’h affer eo qementse, eme ar vreg e coler ? ha c’houi zo verificatour ?
— Muioc’h eguet se, rac consommatour òn ; difen a ràn va arc’hant ; n’eo qet hepqen foll, faus ha bouzard ho palançou ; mes ouspen se : ar poez a meus em dorn a zo diblommet, hac e zeo michanç abamour da ze oc’h eus e zistroet ouz ar poençon. En em c’hortozit d’hon testeni dirac an tribunal, e pelec’h e vezot galvet embêr. [11]
En eur sortial demeus a dy an affronterez-se, mestr Pierrès a garculas ec’h elle an tam fripones-se destum epad ar bloa meur a gassedad saon divar goust Janned ha Guillemet, ha ober yalc’h mad.
— Cont grêt eus a broduou ar c’hontributionou indirect, emezàn d’e gompagnon, me souten penos infidelite ar muzur hac ar poez a zirob muioc’h a arc’hant d’ar bobl !...
— Ne vezo mui em c’hommun evelse, eme ar mêr.
— N’em boa-me qet rêson da lavarat penos ar valanç flaudus a zo un abomination ? Petra c’hoarvesse, ma ve un debitant poultr pe butun en em servichfe dioute ?
— Ne ve qet eta er memes tra ?
— Nan, hep douet ; an dra a zo grevussoc’h. Ar butun a voerzer e rêson a 4 franc ar 500 gram ; ma na fournis qet stat fall balançou ha poeziou an debitant 450 gram d’ar c’honsommatour, en devezo güerzet e vutun e rêson a 4 franc 40 çantim : piou en devezo profitet eus ar som-ze ?
— N’en deo qet an tenzor, mes an debitant, a respontas ar mêr.
— Rac se eta e zeus friponneres, profit injust ; recommandi a ràn dêc’h an debitantet-se.
— Me a evessao anezo, bezit certen.
En eur dremen coc'hi an hed, e pelec’h a hend all e rêt usach eus ar muzur leal, mestr Pierrès a reas observi penos, e lec’h en em servicha demeus ur reolien da rastella, ec’h implijet un dra disingal.
— Mar deo güir, emezàn, e zeo e vean ar poez just, ma n’en deo ar balançou reiz, e zeo ar memestra deus ar muzur, ma n’en deo ar fêçon, d’en implija ar memes hini.
— Convertisset d’an ingalder, ar marc’hadour hed a guendalc’has calz var ar poent-se, hac a zisqeuzas ar pez a ellet gounit pe goll er fêçon-ze da voerza, ouz en em viret d’en em gonformi d’ar reglamanchou.
— Ha n’elfet qet, emezàn da vestr Pierrès, güerza an hed en sier demeus a ur gontenanç leal ?
— Piou a c’hoarantisso ar gontenanç-se dêc’h ? Hac ellout a ra an ingalder depanti demeus ar ur pleg pe deus a un ourled ? Ne zeus a vuzur ingal nemet ar re pere, goude beza bet etalonet ha verifiet, a zo merqet demeus ar mercou ordrenet.
— Ne accordit qet eta ec’h ell ar voqennou represanti ur certen nombr a hectolitrou, a litrou ?
— An dra-se a ve hep douet da zezirout ; mes penos goarantissa an defautou a zepant demeus ar c’helc’hou, deus a ur rabatach, demeus a bep seurt accidantchou, enep pere intervantion an autorite a vez impuissant.
— Neuze ec’h eller recouri d’ar jauch.
— Ounnes zo un operation divoarant.
- Me grede e voa ar jauch ur muzur leal.
— En em drompla a rêc’h. An instrumant-se, composet demeus a ur voalijen diviset, na ell servichout nemet da estimout, dre sicour ar c’harcul, ur gontenanç eus ar voqennou, tonnellou pe barriqennou, ha barillou all. Ur muzur leal, er c’hotrel, en deus e voarantiach ennàn e-unan. Concev a rêr eta penos ar Gouarnamant n’en deus qet ellet receo, evit se, ar jauch hac ar fêzonniou differant a bere an effet ne dint qet accord etrezo.
— Difennet eo eta en em servicha ouz ar jauch ?
— Nan, mar qemer ar prener hac ar güerzer anezàn evel poent font evit talvezout ar gontenançou ; mes mar deus contestation, e zeo ret, evit achui an disput, caout recours d’ar muzur hepqen a ell ar barner anzav, hac e implija evit constati, dre ar golonter, ar gontenanç eus ar variqen en litr ; rac, en repeti a ràn dêc’h, adalec ma tiviser d’ar muzur pe d’ar poez, ne zeus mui nicun nemet ar re anavezet gant al lezen : hep ar princip, na ve nemet confusion ha dizurz ; rac, evel a lavare un deiz ur membr eus ar c’hademi a sqienchou moral : sourcen ar güir eo avantach an oll, ha ne zeus nep güir na impos un dever. Hoguen, Autrou mêr, ar güir hac an dever a dle bale assambles evit douguen o frouez naturel : peoc’h ha boneur an oll.
— Güir eo penos, ma rafe pepini ar pez a dle, an hucherrien hac ar brocuroret na uzfent qet nemeur a liou ; mes, distroomp d’hon afferaou. Guelet a ràn ur payzant o clasq güerza ur c’harad qeuneud ; ha ret e ve dezàn e vuzuri gant ar stèr ?
— Qementsé a zepand eus ar gonditionou.
En effet, eme mestr Pierrès, ellout a rêr güerza a drac pe a estim, ha neuze ar voerz a zo parfet, hep na ve ret conta, poeza pe muzuri [12] ; mes, mar boar convenet eus ar c’hontrel, an traou güerzet a chom e risq ar güerzer, bete ma vezint bet contet, poezet pe muzuret. [13]
— An draze zo mad evit ar varc’hadourez ; mes pa brener douar, hac ober a rêr er memes fêçon ?
— Ia, ma ne c’hoarvez nemet da zelivra ar gontenanç, evel ma zeo merqet er c’hontrat dre verq ar men harz, ar pez a zo hanvet gant an dud a lezen ur c’horf certen ha disclêriet ; mes ma ve bet grêt ar voerz gant disclaration ar gontenanç e rêson a guement-ha-qement ar muzur, ar güerzer a zo oblijet da zelivra d’an acquisitour, mar er goulen, ar gantite merqet er c’hontrat ; ha ma ne deo qet possubl se dezàn, pe ma n’er c’houlen qet an aquisitour, ar güerzer zo oblijet da souffr un diminution a bris. [14]
— Er memes fêçon, eme ar mêr, pa zeo grêt ar voerz da guement-ha-qement ar muzur, mar deo ar gontenanç brassoc’h eguet an hini merqet er c’hontrat, an acquisitour a dle caout ar choas da fournis ar supplemant eus ar priz pe d’en em desista demeus ar c’hontrat.
— Comz a rit evel ar C’hod, eme mestr Pierrès d’ar mêr.
— Penos eta, me am bije devinet al lezen ?
— Ia ; evit caout un nerz real, e tle beza ar rêson scrifet, hac evel ma er zant ur speret ëon ha just ; mes evel ma zeo ret caout reoliou da bep tra, ha nonpas clasq procejou evit traou re dister, ar C’hod, a behini ar but a zo da dec’hel ouz ar procejou, en deveus ajoutet (art. 1618) penos ar faculte accordet d’ar prener da baea an nemorant a vuzuriou, pe d’en em desista, na ve nemet e câs ma ve an nemorand deus a un uguentvet en tuont d’ar gontenanç disclêriet. An disposition just-se en em applic d’an oll goerzou a vadou. (art. 1619)
— Ha güir eo penos, adalec an devez qenta eus ar bloa l840, na vezo mui ellet, memes etre nep den pe dirac noter, merca ar muzur ancien var ar c’hontrajou ?
— Sè eo ar pez a lavar guer evit guer al lezen nevez. [15]
— Pebes ambaras ! ret e vezo eta laqat arpanti ?
— Ia, mar güerzer diouz ar muzur.
— Mes, ha na elfet qet en em servicha demeus a daulennou a gomparêson ?
— Danjer a zo d’en ober ; rac, en lavarat a ràn c’hoas dêc’h : ar muzur original ne rën mui ; hoguen, ar muzur leal, eo ar güir, hac ar gomparêson a deu ar feat differant eus ar güir. A eneb an errol-se eo e zeo felvezet d'an assamble constituant miret an oll. [16] Comz a rit eus a ambaras ; hac én a vez unan brassoc’h, m’en lavar, eguet caout da choas etre meur a gomparêson deus a ur memes muzur ? Pehini eo a eller credi an hini mad, d’an ampoent an titr amprouet, da lavaret eo, ar muzur güirion, ne deo mui nemet ur sonch hep preuven, un histor incerten, hac evel a leverer, un a-dost-da-vad.
— Eh bien, neuze me breno a drac, pe e laqin arpanti.
— Hac e reot ervad. Laqit eves mad, a hend all, da veza laqet en amand a 10 franc, en eur scrifa var ho cayerou an hanoyou ancien. [17] Nep a fell beva tranqil, a dle en em gonformi d’al lezen.
— Neuze eta melinerien va c’hommun a ya da gaout un toullat procejou, ma qendalc’hont da nonpas en em gonformi d’al lezen.
— Beza o deveus-int da viana poeziou ba balançou, evit ellout constati ar gantite a hed a gonfier dezo evit o laqat en bieud ?
— Na fell qet dê caout ; pe mar o deus, e zeo ur meubl inutil.
— Ha c’houi, mêr, protectour d’an oll, oc’h eus permetet an abus-se, d’an ampoent ma zeus tost da 400 bloas ec’h exijet outo ur memes goarantiach, evit o oblija da renta poez evit poez ! [18]
— Ola ! me vouio o oblija da ze.
— Hac e refot a hend all voëll, Autrou mêr, ma zeo qer sacr depot an hed en ur velin, ma ne zeo qet volonter, mes necesser, evel depot effejou ur beacher en un hostaliri. [19]
N’en deo qet avoalc’h, eme mestr Pierrès, accepti cargou, ma ignorer an deveriou hac ar pez a zo ret da ober evit o c’hundui ervad.
— Qement a draou zo da c’houzout, qement a lezennou, qement a scridou a zigasser deomp, m’en em goller. Un avantach bras e ve caout tud afêçon pere, en eur bourmen, a ra laqat ar bis var ar poent necesser : ur paysant ignorant oun ; mes santout a ràn talvoudeguez ar gomzou simpl ha güirion. E feat a boeziou ha muzuriou, e tisqfec’h eta din facilamant ar pez a dleàn da ober evit assuri execution ar reglamanchou pere, deus an eil penn d’eguile deus ar Franç, a rentfe ar c’hommerç qen êzet ?
— Ar pez a dleit ober a vez inutil, ma na vez ar c’honsommatour muioc'h sclêrijennet evit difen e voüiriou : ar voralen public a zo un evessaer excellant ; ret e vez ober en ur fêçon ma felvesse da bepini possedi ur reputation vad ; a hend all, ho protection municipal var lealdet debit an oll varc’hadourez, hervez al lezennou, [20] a gonsist en bisitou grêt alies epad ar bloa, er staliou hac er vagasinou, en hostaliriou, er foariou hac er marc’hajou, evit ma en em assurot demeus a lealdet ar poeziou hac ar muzuriou, hac evit evessât dreist oll bureauyou eus ho commun e pere e poezer hac e vuzurer.
— Hac ebars ar visitou-se, petra rin-me ? rac me anzav dêc’h e meus neglijet anezo bete vremâ.
— Evelse eta, Autrou mêr, ho peorien a zo bet tromplet hep nep ampechamant !
— Oh ! grêt e meus aluzonou.
— Ressourç dister ha sicour dic’halloudus. Ar c’henta aluzen eo ar justiç a brotech ar fêpl enep ar c’hrén ; ar volonte vad ne deo nemet ur satisfaction diouzomp hon-unan, ur seurt plijadur vad ; ar brotection leal eo ar guenta carante ; ar pez a hend all a dleit ober, a zo merqet dre un ordrenanç. [21] Gouezit dabord hac ar poeziou ha muzuriou a zoug ar mercou a assur o lealdet ; da c’houzout eo : pa zint neve, hini ar fabricant ha merq ar poençon d'ar gurunen ; ha pa zint bet soumetet d’ar verification ordinal, al lizeren a vloa a verq se. Neuze en em assurit hac an instrumantchou ne dint qet bet fausset abaoue ar verification-se, pe dre accidant, pe dre frauderes, ha dreist oll, beza certen e ra ar varc’hadourien usach deus ar poeziou ha muzuriou-se, ha nonpas demeus a hini all ebet. Tleout a rit ivez evessat ho poeziou public, evit na rayo qet ar muzurer, deus e benn, demeus a uguent hectolitr greun nontec pe unan-varn uguent, hervez ma vezo gounezet gant ar prener pe gant ar güerzer.
— Evelse, ne meus d’en em occupi autramant demeus ar pez a sell ar poeziou hac ar muzuriou ?
— Nan, pa zeo güir ar Gouarnamant, conservatour eus an ingaldet, en deveus, er verificatourien, officerien spicial pere, dindan surveillanç ar prefet hac ar sous-prefet, a zo carguet deus an examin detaillet demeus an instrumantchou da boeza he da vuzuri. Ma tiguesse dê, en eur vancout d’o dever principal, poençoni, evit güerza, ur poez re fêbl, hac evit prena ur poez re grén, e vent torret a garg, hac ouspen se, traduet dirac an tribunal.
— Gant qementse eta neuze, da betra en em reduis va fonctionou ?
— Hon antretien var ar fonctionou-se a vezo hirbadus avoalc’h evit e gass da c'houde hor lein, ha neuze ec’h ellimp caout amzer da gomz en hon èz demeus va explicationou diveza.
etra domma an eil den diouz eguile, evel purete an intantionou hac ar c’hoant da ober ar vad. Mestr Pierrès hac e zisqibl a leinas assambles evel daou vignon côs : diou vech e rejont muzuri en o fresanç al litr güin a evjont, ouz en em antreteneur demeus a draou util hac agreabl.
O veza êchu lein, e tistrojont d’ar marc’hat, e pelec’h mestr Pierrès en devoe an occasion da ober remercout d’ar mêr meur a zireizamant a zougue calz a noas d’an ingaldet ha d’al lealdet.
— Ar verification alies a zo justamant recommandet dre an ordrenançou, ha güelit peguement e zeo necesser qementse, eme mestr Pierrès, en eun disqeuz balançou pere o devoa tammou plom pe neud arichal, hac ar brancard arrenjet evit o ampech da vont ha da zont libramant. Disqeuz a rê dezàn ive re-all n’o devoa qet o ados, ha na ellent qet dre ze merqa reiz o mouvamant. Ar balanç faus, emezàn, a zo bet gant rêson comparachet d’ar poez faus, hac ar marc’hadour pehini en deus balançou a bere an eil bladen a zo pounneroc’h eguet eben, zo reputet beza bet grêt usach diouto. En effet, dre n’en deus qet re-all var e daul, necesseramant en deveus dleet trompla ar prener.
— An draze a seblant din-me rêsonabl, a lavare ar mêr ; ar marc’hadour a dle anavezout e valançou, ha na ell qet digareal câs ignoranç var ze.
— Mes, petra a sonjit-tu deus ar c’hreyer ?
— Un instrumant êzet bras eo da zouguen, pehini, hervez hirdet e vranc, a ell servichout da boeza calz a varc'hadourez ; gouscoude n’en deo qet, evel mar ma bremâ, just bras ; ha ne zòn qet nemeur contant da velet poeza amman, lin pe traou all evelse ; rac gant un troic dorn dissimul ar prener a voar ober ar brava e varo d’ar güerzer, hep na vel mic. Calz a ve da lavaret var ar c’hreyer, pere n’en dint nemet toleret ; rac pa ve contestation, e zeo gant ar valanç e constater al lealdet.
En eur dremen dirac ar poeziou public, mestr Pierrès a zigassas sonch d’ar mêr demeus an dipositionou applicabl d’ar re a zo carguet eus an etablissamanchou-ze, pere, ma implichfent muzurioù faus, a ell beza condaonet da boanniou correctionel prononcet enep ar re a drompl var ar gantite demeus an dra güerzet. [22]
— An draze a seblant din just, eme ar mêr, rac ar poezer public, oc’h ober ar fonction doubl eus a voerzer hac a brener, a dromplfe an eil pe eguile, ma ne ve qet reiz e instrumantchou, pe ma abusfe oute er fêçon d’en em servicha dioute. An dud-se a exich un evestet particulier.
— Er memes tra, eme mestr Pierrès, evel ar re a voerz marc’hadourez da boez grêt, evel ar goulou, ha traou all exposet e güerz, dre ma represantont ur poez determinet. Ar prener a feiz vad, pehini a bren a gonfianç, a zo necesseramant tromplet, ma n'en deus qet ar brecotion da laqat placi ar varc’hadourez er balançou, hac e zeo er sanç-se en deus ar justiç decidet e zoa guerç en faus poez. [23]
— Justiç vad, eme ar mêr. Credi a rêr ar marc’hadour, hac e trompl ac’hanoc’h ; ravezo punisset. Me bromet mad dêc’h ec’h evessain.
— Beilit ive, Autrou mêr, var an debit güin, gist ha güin-ardant ; protejit arauc pep tra ar c’honsommatour, pe an dud an nebeuta pinvidic ; bezit sonch mad penos ar gontribution o veza fixet var ar muzur leal, ar som eus ar güir en em vesq ebars pris ar boesson, en hevelep fêçon ma rambours ar c’homsommatour d’an debitant ar som demeus ar güir-se, ha penos, an hostis o trompla, a ajout da bris ar güin ul loden güir pehini ne ma qet en rapport gant contenanç ar muzur a fournis, e zeus surtax en e brofit divar goust an ever. Dalc’hit eta an dorn evit ma imito debitantet ho commun an usach furamant etablisset e Paris, da vuzuri ar güin qent eguet e laqat er voutaill, pehini n’eo qet ur muzur, mes ur vessel hepqen, evel ma vez ur bodez, ur picher. An hini a ro ur voutaillad evit ul litr, a zo un trompler ; enebi a ra d’al lezen, ouz en em servicha demeus a ur muzur ne anavez qet al lezen. Se eo, a hend all, ar pez en deveus decidet gant qement a furnez al Lez a gassation en andret hostisien ar Mans. [24]
— An dra-se a zeblant din sclêr er pez a sell ar boesson tennet en donnel ; mes petra a dleer sònjal demeus a exijanç an implijerrien, pere a bretand penos, pa o deveus cachedet ar voutaillou, pepini dioute a dle paea evel ul litr ?
— Al lezen a autoris ané ; mes n’en dêo eurusamant nemet evit ar boesson fin, pe ar güin a deu deus an estranjour ha demeus a ur pris huel.
— Seblantout a ra din penos neuze ar voerz en em c’hra en drac, d’ar pris-mâ-pris ar pez, hervez m’en em gomport.
— Applic a rit ervad ar pez hon eus lavaret arauc.
— Ur guestion benac a meus c’hoas da ober dêc’h.
— Comzit, va mignon ; prest oun da respont.
— Hac én zo, e jeneral, indifferant poeza pe muzuri peb seurt marc'hadourez ?
— Ia, indifferant bras, pa zeo daccord an daou barti, sepet gouscoude ne ve qet ar varc'hadourez carguet a zroajou recevet gant an tenzor, ha pere a zo atao rambourset d’ar marc’hadour gant ar c’honsommatour ; er c’hâs-se, ar rêson a fell penos ramboursammant an droajou dre an debit en em rêfe dre boez pe dre vuzur, er memes fêçon ma vezo bet percevet an tax ; dre exempl : an haulen hac ar c’hafe a bae droajou fixet dre boes, hac ac’hane paeamant an droajou-se gant ar c’honsommatour a dle heuill ar memes reol.
— An draze a seblant din c'hoas patant ; mes, lavarit din hac ar reol-se a zo applicabl d’an heaul.
— En princip, Autrou mêr, an heauliou o deus o foez spicial, pe differant, hervez o seurt, hac ar voerz dre boez a zo ar gonsecanç eus a ze ; evelse ive n’en deo nemet evit êzetât an debit ordinal en deus ar Gouarnamant autoriset ar voerz dre vuzur represantatif deus ar poez, adalec hepqen an anter-kilogram.
Expliqet emeus dêc'h, Autrou mêr, ar pez a zo mad da c’houzout evel consommatour pe evel den privet, hac ar pez a dleit da anavezout evel protectour demeus a dud ho commun. Ne meus mui nemet doc’h antreteni deus ar boanniou prononcet a enep ar re a refus oboissa d’al lezennou ha d’ar reglamantchou, demeus a bere ar but eo menteni ar goarantiach public dre an ingalder.
avaret hon eus, hac e caràn en lavarat adare, e zeo ur maleur da gaout d’en em attaqi d’ar yalc’h pe d’an den, dre an amand hac ar prison, evit conteni ha punissa an neb n’o deus qet aoun da ober o frofit dïvar goust ar re-all. Ar boanniou o veza impuissant heb ar voralite, hon eus grêt galv d’an ompinion, pehini a ziscredit ar marc’hadour a drompl, hac a recompanç dre an istim ha dre ar gonfianç ar marc’hadour, an negociant a feiz vad. Ar revolutionou a alter ar voralen a gommerç ; ret eo e retablissa dre un evessa acqedus eus ar varc’hadourien pere, dre o micher, en em blaç dindan depandanç an oll. Mont a ràn eta da antreal en un detaill benac var anaoudeguez al lezennou a bunition en matier a boeziou hac a vuzuriou : bêr e vezin, rac dever al lezennou eo da stadudi var ar c’hâsiou a ziguez an aliessa ; an accidantou, an hazard, ar c’hâsiou dreist-ordinal, n’int qet matier ul lezen.
— Petra benac a lavarfec’h, Autrou, emeus aoun bras d'en em vrouilla o clasq laqat urz er châsiou differant-se eus a circonstançou.
— Ar reistet a sempla oll. Ne choulennàn diouz ho memor nemet rencamant pevar seurt goal-ober hac a zizoboissanç.
— An draze a eller da guenderc’hel.
— Cetu int amâ :
1°. Usach a faus poeziou ha muzuriou evit trompla ar prener ;
2°. Possession deus ar memes instrumantchou er vagasinou, staliou, atelierou, ties a gommerç, coc’hiou, foariou ha marc’hajou ;
3°. Implich poeziou pe muzuriou differant eus ar re etablisset dre a lezennou a rën ;
4°. Disoboissanç da arrêteou ar prefet, ordrenançou ar mêr ha reglemantchou an administration public, evit assuri goarantiach ar muzur hac ar poez.
Cetu eno, Autrou mêr, ar pez a dleit gouzout hep manq.
— Ha pere eo ar bunitionou da applica da behini demeus ar re a zisobois ?
O niveradur a zo meurbet simpl :
1°. Mar trompler ar prener : tri mis prison, d’an nebeuta ; ur bloa d'ar muia ; amand pehini na ell qet tremen ar c’hart demeus ar restitution ha dommach-interest, na beza dindan 50 fr. : confiscation eus a objedou an delit, ha distruch ar poeziou ha muzuriou faus. (Cod penal, art 423.)
Evit ar pez a c’hoarvez eus a brivation a action evit beza grêt usach eus a boeziou ha muzuriou differant eus ar re etablisset dre ar reglemantchou, ar barner a beoc’h a Lanneur en deus grêt dêc’h application an art. 424 demeus ar memes Cod : en em sicour, en em disfi, al lezen a brotejo ac’hanout.
2°. Ar bossession simpl eus ar memes instrumantchou a denn da un amand demeus a 11 da 15 franc. (art. 429, n°5.)
3°. O usach n’o deus qet a boanniou all.
— Mes, penos anavezout ar poeziou hac ar muzuriou differant eus ar re etablisset dre al lezennou en vigor ?
— Credi a ràn beza dija lavaret dêc’h, Autrou mêr, penos lealdet an instrumantchou-se a gonstater dré application ar mercou o deus grêt varne ar verificatourien en termennou fixet.
— Hac ar re a eneb ar reglamantchou jeneral ha d’an arrêteou, peseurt punitionou o deveus-int ?
— Un amand dister eus a 1 franc da 5, herves an art. 471 eus ar memes Cod, n° 15.
Ar menes poan a zo applicabl d’ar c’hâsiou all ; excepti a ràn ar fausseres hac usach ar mercou pe boençonou hac an applcation noazus demeus ar güir poençon : ar circonstanç-se a zo terrubl hac eurusamant rar. An articlou 142, 143, 163, ha 164 eus ar C’hod, (text nevez) a servicho dêc’h da reol evit constati ar c’hrim-se.
— Qementse a zeblant din simpl ha sclêr ; mes dre na ellan qet conta var va memor, na elfec’h-ü qet laqat se oll en urz var un tamic paper ?
Mestr Pierrès en em hastas da ober ar blijadur-se d’e vignon, [25] en eur ober dezàn remercout un annotation herves pehini e tleye, en e galite a vêr, delc’hel noten deus ar gondaonationou prononcet hed ar bloa ; rac, emezàn, diou gondaonation prononcet ebars ar bloa a brouv an ascouez, hac an ascouez a denn an amprisonamant. (art. 482 deus ar C’hod.) Goude beza trugareqêt mestr Pierrès, demeus e guelennadurezou util, ar mêr en pedas da explica dezàn ervad evit e reol, petra a ententet dre circonstançou attenuant. [26]
— Ar guestion a zo delicat, ha na elfen qet respont, ma n’em bije clêvet en debati gant speret.
— Guell dies eta e vez compren ze ?
— Ia, dies hep douet : un dra all eo anavezout ur feat materiel, constati ur muzur re vêr pe re hir, pe apprecia an intantion, an anaoudeguez güirion, ar volontez muioc’h pe nebeutoc’h caracteriset demeus an actionou tamallus. An intantion eo a ra ar c’hrim ; an drouc-ober involonter ha commetet hep intantion da noazout na ell qet beza en conscianç objet ur bunition. An eünder, ar speret vad, a zo ar güella hentcher da gonsulti en ho poursuou : ret eo gouzout distingui an accidant en deve fausset ar valanç, demeus a finesse ur marchadour da gombina ar voyenou da drompla.
— An traou-ze a zanter güelloch eguet na expliqer anezo.
— Ar respont a zo parfet ; ar gonscianç hepqen eo barner ar gonscianç, pa anavez an den ennàn sempldet an dén. Mes eurusamant e matier ar poeziou ha muzuriou, ne zeus ezom nemet daoulagad da velet ha daouarn evit touch ; a hend all, Autrou mêr, n’en em laqit biqen a uz al lezen pehini a lavar penos « ar c’hrimou hac an drouc-oberou na ellont beza excuzet, nac ar bunition doucêt, nemet er c’hâsiou hac er circonstançou pere a zisclêry ar feat excusabl pe a bermet applica dezi ur bunition nebeutoc’h rigorius. »
Evit feat moralite an actionou, d’ar barnerien eo, d’ar jureed eo da zecida. [27]
— Ar pez a lavarit a rafe din caout aoun ne zeus qet a justiç parfet.
— An hini hep muiqen pehini a ell lenn e fonç ar c’halonou, a ell recompansi ha punissa hervez an œuvrou ; en hepqen a ell renta ar justiç-se hanvet gant an den savant meurbet ur muzur muzuret. [28]
Mad en andret ar re fêpl, rigoriussoc’h evit ar re grén, cetu eno, Autrou mêr, qement a ell hor justiç humen, temperet dre ar rêson vad ; dre ar vijilanç eo, dreist oll, ec’h ampecher ar flaudeures hac ar gondaonationou ; evessait eta, en repeti a ràn, evit na vezo qet en ho commun ur poez hac ur poez ; beillit evit proteji eneb e sempldet e-unan ar maleurus pehini ne gred qet en em difen ; radeuyo ur justiç güirion da assuri en ho commun al lealdet en debit an oll varc’hadourez. N'en em lezit qet gounit dre ambition dirol ar varc’hadourien ; rac an ambition fall-se eo ar grizien demeus an oll fallentez a zivis an dud ; bezit crénvoc’h eguet an drouc, demeus a behini ho fermder a voezo chench en mad.
r mêr a voe touchet demeus a ziscours mestr Pierrès, hac a lavaras familiaramant dezàn :
Den mad ! dre beseurt secret oc’h eus-u ellet difuni e fonç va ene ur zantimant pehini, a esperàn na vougo mui ; ho comz a zo evel ur stur a gondu va c’halon ; mes nac a zifficulteou am depord, pa erruo ar bloa 1840, e pe boent e vezo difennet implija muzuriou all, poeriou all nemet ar re etablisset dre al lezen constitutif eus ar system metric decimal. [29] Neuze mui a doazen, mui a droatad, mui a voalen, mui a boezellad, mui a livr, nac a onç, mui a zivision dre daou ; penos ellout en em anavezout e qementse ? Hac én a vezo da viana permetet etablissa comparêsonou etre ar muzuriou ancien a hanvet ordinal, hac ar muzuriou decimal ?
— Ia, hep douet ; ar gomparêsonou-ze a vezo permetet.
— Ha gouscoude ho poa assuret din e voa faus ha tromplus ar gomparêsonou,
— Distingomp, Autrou mêr, distingomp. Peb comparêson güirion a fell un dra leal ha güir ; hoguen, ar muzuriou ancien, dre na bresantont qet, evel ma em eus er prouvet, na güirione, na lealdet materiel, ne dint qet e stat a gomparêson gant muzuriou ar system metric, tennet eus ar vrasder, dichench eus ar bed.
N’en deo qet ar memes tra demeus ar muzuriou ordinal, supprimet dre lezen ar 4 a vis Gouere 1837 : ar muzuriou-se a zo bugale ar mètr hac a ell e pep surete en em gomparachi gant ar muzuriou decimal ; ne zeus nemet placi an eil dirac eguile, evel e zàn d’en explica.
— Ho selaou a ràn.
— An doubl-mètr a zo ingal d’an doazen ; ne vezo eta netra chenchet nemet en divisionou ebars en decimètrou, çantimètrou ha millimètrou, elec’h troatadou, meutadou, ha lignennou.
— Lavaret a rêr penos ar guemenerien er c’hêriou en em servich bremâ eus a rubanou lêr divizet e çantimètrou.
— Rêson o deus : ar guemenerezet a imito anê, neuze ar gilvizien, hac an artisanet na rint mui qement a faziou. Evelse eta, ar mètr hac e zoubl en em brest d'an oll muzurachou a lignennou, a veneziou, ha demeus an traou bianna.
Mad eta evit ar mètr a ramplaç an doazen ; mes evit ar voalen ?
— Nep seurt difficulte : ur mètr 20 çantimètr a ingal ar voalen ordinal ; da bepini permetet goulen ar muzur-ze comprenet er muzur leal ; gant decvedou, cantvedou, milvedou, e pourvezer d’an oll ezommou possubl.
Evit ar pez a zell ouz ar stèr pe mètr-cub evit muzurach ar c’heuneud, ne zeus netra chenchet ; rac se na gomzomp qet dioute. Beza e zeo eus ar memes tra demeus an ar, unite ar muzuriou a c’horre.
— Mes ar boezel, ar palevars, pere a anavezer dre oll gommuniou arrondissamant Montroulez ; cetu eno avat un ambarras all, pa vezint difennet !...
— Penos ! pa bosseder al litr, an decalitr, e zoubl, an hectolitr hac e anter evit formi nombrou rond, e teufet da gueuziat da ur muzur a zaouzec litr anter, gant divisionou dre gart, dre eizvedou, c’hoezecvedou, ha daou-ha-trêgontvedou ? Pebés confusion ! hac én a ellet imajina ur gont falloc’h ! Peguen alies a vech e zeus roet an anter-decalitr evit an anter-poezellad hac er guis-se goude ! Rac-se, mui a vescadurez : al litr a zo jeneral e Franç, multipliet dre dec, multipliet dre gant, pepini anavez êzet e zecalitr, e hectolitr. Trugareqeomp al lezennourien pere o deveus diambarrasset ar Franç deus ar poeziou ha muzuriou faus-se, penn-caus demeus a guement a flauderezou !
— Mad c’hoas evit al litr, an decalitr hac an hectolitr en muzurach an hedou ; mes evit ar boessonniou, na vezo eta mui a gart litr ?
— Nan certenamant. Gant un anter-litr, un decilitr, e contanter ezetamant an oll. Gant un decalitr, ul litr, ec’h eller transvasi barriqennadou, inspecti ar varc’hadourien, ha memes controlerien an impot indirect.
— Allòn, viv al litr !
— Viv al litr ! ia, pa guemerer dre sobrentéz : an didemperanç a attaq ar rêson. Ur martolod deus a Blouezoc’h en deus bet lavaret din penôs en Ameriq e roer curatoret d’ar mesvierien.
— Ha Charlamagn, qent an Americanet, n’o receve en justiç nac evel testou, nac evel qevrennou. An didemperanç a zo ur viç bras ; na veler eurusamant nemeur a dud o vervel gant naon pe sec'hed ; mes mervel a ra calz gant re gorfadou.
— Hac hep sortial deus va c’hommun, ec’h ellàn ajouti e zeo ar re baour nebeutoc'h alies clàn faut a voed, eguet ar re binvidic o qemer re.
— Ar reflexionou-se a zo demeus a un dén a fêçon ; continuomp hon examîn : beza hon eus da gomz demeus ar c'hilogram ha deus e fractionou decimal evit ramplaci al livr ordinal.
— Cetu eno ar pez a droubl ac’hanòn, hac e c’houlennàn ouzoc’h, Autrou, petra a rafe en o ziegezou hoc’h academicianet savant, ma n’o deve nemet kilogrammou, hectogrammou, decagrammou, decigrammou en o c’heguinou ; o graguez a golfe o fennou, ar gueguinerezet a sallo re, ar goaset a redo d’an hostaleri da derri o sec’hed, ar vaouez a vlêjo, an hostis a c’hoarzo.... Pebes c’hoari !
— Ouz ho selaou e ve lavaret e zeomp a nevez da gommanç ur revolution vras, pehini a chencho calz a gustumou all. Evit güir, lavarit din hac an itronezet, coulz hac ho merc’het yaouanc, ne chenchint james a c’his ?
— Eleal eo ; rac merc’het yaouanc hor gommun a zoug bremâ dantelezou, fichuou, chaliou, mar plich ganêc’h ; ha ne zeont mui en nep lec’h, anez caout ur paraplui, hac alies memes ur mibin evit en douguen, memes en dançou. Graç dê da viana da nonpas touch o beg deus al litr.
— Hac e talc’hont michanç an hanoyou, ar speçou hac ar pris deus an oll draou-se êzet avoalc’h ?
— Oh ! neo qet ret lavarat diou vech dê. Dre se e tesqint hep dale ar system metric.
— Ar c’his e devezo neuze an avantach-se ; mes, ha na elfet qet tenna eus a se un avantach all, en eur laqat ar graguez hac ar merc’hed da zisqi anavezout mad ar poeziou hac ar muzuriou nevez ?
— Muzur o güeledennou, o zavancherou hac o dantelezou a zisqint, n’ho pez neb aoun ; mes evit ho kilogrammou, etc., na ouzòn qet peur e vezo ellet prononci an hanoyou-se en tieguezou.
— En em servicha a reont-ii da viana demeus a boeziou ha balançou ?
— Rar avoalc’h.
— Neuze eta, penos e poezont-ii ?
— A feiz a dost da vad.
— Piou a ampecho anezo da guntinui ?
— En qementse nep difficulte ; mes penos e tremeno an traou e tiez ar varc’hardourien, gant ar fractionou decimal ?
— Amâ, Autrou mêr, abordomp an difficulte ; guelomp anezi a dost. Beza e vezot marteze estonet oc’h-unan da veza bet aoun deus un dra meurbet simpl. Gouzout a rit penos un anter-kilogram pe pemp cant gram a respont d’al livr ordinal.
— Ia, Autrou.
— Ha rac se daou c’hant anter-cant gram a form an anter-livr, ha cant pemp gram varnuguent ar c’hart.
— Qementse so simpl.
— Dre ma zeo er memes tra simpl evit ar marc’hadour da fournissa an nombrou-ze gant e zoubl hectogram, e anter-hectogram, e decagram hac e anter-decagram evit represanti an anter-livr ancien hac ar c'hart.
— Ho tepordi a ràn d’an anter-qart.....
— Beza e zeo eus a zaou gram ha tri-uguent ; an onç, eus a unan ha trêgont ; an anter-onç, eus a bemzec, ur fraction ouspen ; ar c’hart onç eus seiz ; ar gros, eus a dri gram.
Laqit an dra-ze din var baper, ma vezo guelet sclêroc’h.
Mestr Pierrês en em hastas da gontanti ar mêr, pehini a lennas gant attantion ar pez a heuill :
Ar c’hilogram pe | 1000 gram a dalvez | da 2 livr ordinal. |
An anter-kilog. | 500 | d'al livr. |
Ar c’hart-kilog. | 250 | d'an anter-livr. |
An 8et. | 125 | d'ar c’hart-livr. |
Ar 16et. | 62,5 | d'an anter-qart. |
Ar 32et. | 31,3 | d'an onç. |
Ar 64et. | 15,6 | d'an anter-onç. |
Ar 128et. | 7,8 | d'ar c’hart-onç. |
Anfin ar 256et. | 3,9 | d'ar gros. |
Goude beza lennet an arranjamant-se, ar mêr a reas observi a nevez, penos, adalec an anter-qart e zoa fractionou eus a bere ar varc’hadourien na vanqjent qet da brofita.
— Neuze, eme mestr Pierrès, rêson doubl evit laqat en em servicha en nombr rond a c’hrammou ; mes dre na anavez qet an oll c’hoas ervad an dalvoudeguez demeus a gementse, e credàn e rêfemp mad publia en nombr rond.
500 gram a dalvez | ul livr. |
250 | un anter. |
125 | ur c’hart. |
62 | un onç. |
31 | un onç. |
15 | un onç. |
8 | ur c’hart idem. |
4 | ur gros pe 8t a un onç. |
Evit ar pez a zell ar fractionou bian eus ar gram, ec’h eller o dilezel da zeport, hep chench ar prisiou o deus rapport d’ar varc’hadourez debitet dre livr. Evelse, pas a droubl en application qenta-se deus ar system decimal en usajou ordinal d’ar bobl ha d’ar graguez a dieguez.
Divezatoch, ha michanç souden, e vezo c’hoant, ebars en detaill, decvedou, cantvedou, hectoyou, decayou. En eur guemer evit font ar mètr, al litr, ar c’hilo, peguement neuze e teuyo êzet rêgli ar gontchou, ha carculi hep plûn na crayon ! pepini a estimo evel ur vad-ober an ingalder eus ar muzur hac eur ar poez, vênamant c’hoantêt abaoue meur a gant vloas.
— An nerz demeus an habitud n’en em bleg qet qen êzet evel a zònjit, Autrou, eme ar mêr.
Mestr Pierrès a respontas dezàn :
— Dre ar memes fêçon ma en em chench ar guiziou, dre ar memes fêçon ivez é tisqer muioc’h bremâ ar gallec. Credi a rit-tu, emezàn, e zeo ar c’henta guech en deveus chenchet ur bobl a vuzur hac a boez, a lezennou muioc’h important eguet ar re demeus a bere an execution na ell beza dieffet hep hasten an dizurz a rën abaoue qeit all amzer ? Goude anter-cant vloas a effortchou, e zeo ret reali ar system admirabl-se, pehini a vezo recevet gant an oll bobliou eus an Europ un deiz da zont ; hac e tlefe ar grague en em laqat ur pennad e coler, ar gueguinerezet hac an oll graguez all renta ar c’hilogram responsabl eus o faziou, poent e zeo achui, hac en em laqat d’an œuvr.
— E feiz, respont oc’h eus da dout, hac ec’h adoptàn franchamant an ingalder-se, pehini ameus an intantion ferm da sqignat ha da venteni. Hoc’h explicationou o deveus va c’hendrec’het ; ne chom mui din nemet ur goulen hepqen d’a ober dêc’h. Penos ellout ampech an abusou hac ar c’hlêmou a ya da denna bremâ combinêsonou ar poez ancien gant an hini neve ?
n digare danjerus-se, Autrou mêr, a zo ur violation demeus an ingalder. Ouspen zo : alies e zeo caus a flauderez, a hend all muioc’h danjerus, ma na lêz nep merq. Ar seurt combinêsonou-se a zo a hend all materialamant faus ; ar poez ancien, dre na rën mui, e rapport gant an hini neve ne dle caout netra a certen. Ar prener pehini en em brest d’ar combinêsonou-se, a renonç da brotection al lezen ;
ha mar deo tromplet, e zeo privet eus a beb recours. Istre eguet se, mar deus errol er gombinêsonou recevet, an difin zo necesseramant faus. Repetit alies, affichit ar güirioneou-se, evit avertissa ar gonsommatourien hac an dud divar ar meaz a voerz o marc’hadourezou, demeus ar flauderez da bere en em exposont ; bezit sonch eus a zifen ar reglamantchou, ha grit an application eus aneze dre exemplou deus a ur rigor just [30] ; ordrenit ma vezo affichet e peb stal un daulen vian demeus a rapport ar poeziou ha muzuriou ordinal gant ar re neve ; ma vezo signalet ar marc’hadour a drompl ; ma en devezo aoun da veza decriet, ha ma voezo penos, gant an amzer, an honestis a ya assuretoc’h ha pelloc’h eguet ar flauderez, hac e promettàn dêc’h penos ho commun a jouisso deus ar peoc’h a c’hen demeus ar feiz vad.
— Brema pa ouzòn, e rin.
— Hoc’h angaji a ràn da ze en hano an humanite, an unanvez, demeus a guement a guendalc’h an union etouez an oll. Pa zeo sclêrijennet hon resolutionou, e toublont nerz hor bolontez. Perseverit, Autrou mêr ; fermder an den honest a zo didrec’hus ; sonjit penos demeus an ingalder e tepant goarantiach an oll interest material demeus an un dalvoudeguez spontus, ma carculer peguement pemp çantim bemdez dre den, difframmet d’ar feiz fall, a rent en ur bloa. Scôit an houarn e qeit ha ma zeo tom ; lezen 1837 a zo formel, hac ar Gouarnamant na arguilo qet. Sêzissit ar moment : pa zeus c’hoant chench, nevezi, e zeo nebeutoc’h an traou eguet an amzer a gonsiderer. [31] Evessait ho scol primer, evit na anavezo ar vugale a asisto enno nep muzur all na nep poez all nemet ar re tennet diouz ar mètr. Recommandit d’ho mestr scol arrête ar ministr, [32] pehini a ordren dezàn, dindan boan da reza revoqet, nonpas desqi nemet ar system metric ; ho pet sonch penos demeus a ingalder hor system gallec e c’heno gant ar bobliou all rapportchou faciloc’h hac eus a vignoniach ; anfin, Autrou mêr, sònjit alies penos armoriou ar Justiç eo ur balançou er brassa reistet, ha penos ingalder ar justiç a zo evit an oll ar goestl deus an urz vad ha deus ar peoc’h etoues an dud.
Mestr Pierrès a voa tavet, ma seblante c’hoas ar mêr er selaou, hac o qemer e zorn, e lavaras dezàn : « Va den qez, ma ve an oll dud savant qer mad ha c’houi, ni a selaoufe anê a greiz calon, hac e teufemp da veza güelloc’h. Deut d’am güelet, deut da dremen un nebeud amzer etouez va famill ; ho qentelliou a vezo util deomp ; qerzat a rimp dre hor gommun, ha c’houi a zissipo an erroliou pere a ra hor maleur deomp oll. »
— Ma, va mignon, dont a rin gant plijadur vras, ma ellàn, eme mestr Pierrès. Hon antretienou ne vezint qet inutil ; beza o devezo evit objet qement a ello beza mad da gonservi, da berfectioni hon humanite, da gombati an drouc a glasc en distruja, e fêplât en eur diviza anezàn ; disqi a rimp assambles penos ar fêçon da veza eurus eo da garout an nessa ; disqeuz a rimp penos an deveriou en em sqign pelloc’h eguet al lezennou, hac e zeo muioc’h c’hoas dre ar pez a zo honest eguet dre ar pez a zo leal e zeo ret barni an actionou en o rapportchou gantan. En eur vale, ec’h instruimp, truez hor bezo ouz ar viç, ouz ar sempldet a c’hen demeus hon ignoranç ; ur sonjeson, ur gomparêson pehini en em attach d’hon explicationou a vezo atao presant d’hor speret.
— Hac ar sonjeson-se a lavar penos....
— Ar rêson a zo evel ur valanç : ne dle soubla nemet dindan poez ar virione.
— Ia, ar rêson eo ar poez mad e peb tra, nac ar re nac ar re nebeut.
— Hac an interest divoder evidomp hon-unan, an drouc-c’hoant ne fell qet dê demeus ar poez mad-se ; ha cetu eno perac, Autrou mêr, ho pezo da gombati evit etablissa, en ho commun, ingalder ar poez hac ar muzur.
— Certen eo ne felvezer qet compren ar pez a gontroli ac’hanomp.
— Neuze, implijit eus an nerz a laca al lezen etre ho taouarn evit utilite an oll ; contraignit ar re obstinet, rac hep an oboissanç d’al lezen, ne vez na contradou respectet, na surete etouez an dud.
— En ober a rin, eme ar mêr.
— Hac ar justiç a rayo rën ar peoc’h en ho commun, a respontas mestr Pierrès, pehini er memes amzer a guimyadas qerqent diouz e vignon.
Hac ar mêr, o serri e zorn da vestr Pierrès, a brononças ar gomzou didrafic-mâ, demeus a bere e voez a atteste an eünder :
« D’ar c’heuz d’ho quittât, d’ar blijadar d’ho quelet ; distroit... va zy a vezo hoc’h hini, va mignonet a vezo ho mignonet. »
Qementse lavaret, mestr Pierrès hac ar mêr en em vriatas a greiz calon ; qement e zeo güir ne zeus mann a liam qer stard ar garantez honest, evel purete an intationou ha partach an œuvrou mad.
LOUIS-PHILIP, Roue ar Francisien, d’an oll presant ha da zont, salud.
Proposet hon eus, ar gamprou o deus adoptet, ordrenet hon eus hac ec’h ordrenomp ar pez a zo amâ varlerc’h :
Art. Ia. An decret eus an 12 C'huevrer 1812, var ar poeziou ha muzuriou, a zo hac a chom torret.
Art. II. Gouscoude, usach an instrumantchou a boezadur hac ar vuzurach grêt en execution an articlou II ha III deus an decret precitet, a vezo permetet betec ar 1a demeus a vis Guenveur 1840.
Art. III. Adalec ar 1a eus a vis Guenveur 1840, oll poeziou ha muzuriou, nep all nemet ar poeziou ha muzuriou etablisset dre lezennou an 18 Germinal bloa III ha 19 Frimer bloa VIII, constitutif deus ar system metric decimal, a vezo interdissset dindan ar boanniou douguet dre an art. 479 eus ar C’hod p.
Art. IV. An neb o devezo poeziou ha muzuriou, re all nemet ar poeziou ha muzuriou anzavet amâ a uz, en o magazinou, staliou, atelierou pe tiez a gommerç, pe er c’hoc’hiou, foariou pe marc’hajou, a vezo punisset evel an neb a implichfe anê, en conformite d'an art. 479 eus ar C’hod penal.
Art. V. Adalec ar memes termen, peb hano a boeziou ha muzuriou neb all nemet ar re a zo varlerc’h en daulen joentret d’al lezen-mâ, hac etablisset dre lezen an 18 Germinal bloa III, a zo interdisset en actou public, coulz evel en affichou hac en annoncou.
Er memes tra e zint interdisset en actou dindan sin privet, er c'hayerou a gommerç ha scridou all privet produet en justiç.
An officerien publiq a enebo a vezo é câs deus a un amand a uguent franc, pehini a vezo grêt paea dre gontraign, evel matier a anrejistramant.
An amand a vezo demeus a dec franc evit ar re all a gontreveno ; percevet e vezo evit peb act pe scrid dindan sin privet ; evit ar pez a sell ar c’hayerou a gommerç, ne roint lec’h nemet da un amand hepqen evit peb contestation e pehini e vezint produet.
Art. VI. Difennet eo d’ar barnerien hac arbitrerien renta neb barnidiguez pe decision e favor nep den var actou, cayerou pe scridou e pere an anoyou interdisset dre an articl arauc a ve bet inseret, qent ma ve paeet an amand meritet, herves al lavaret articl.
Art. VII. Verificatourien ar poeziou ha muzuriou a gonstato ar gontravantion diarauguet dre al lezennou ha reglamantchou pere a sell systèm metric ar poeziou ha muzuriou.
Ellout a rint procedi da gonfiscation instrumantchou a boezadurez hac a vuzurach deus a bere an usach a zo interdisset dre al lezennou ha reglamantchou hanvet.
O frocessou verbal a dalvezo feiz en justiç betec preuven a gontrel.
Ar verificatourien a bresto o le dirac tribunal an arrondissamant.
Art. VIII. Un ordrenanç royal a reglo ar fêçon da ober verification ar poeziou ha muzuriou.
Al lezen bresant-mâ, discutet, deliberet hac adoptet gant cambr ar pared ha gant hini an deputeet, ha sanctionet ganemp hirio, a vezo executet evel lezen a Stat.
Roomp en qemennadurez d’hon leziou ha tribunaliou, prefedou, corfou administratif, hac oll re all, ma virint ha ma ventenint qement-mâ, ma rint miret, observi ha menteni, hac evit o renta patantoc’h d’an oll, ma raint o fublia hac anrejistra dre oll el lec’h ma vezo ret ; hac evit ma vezo tra ferm ha stabil evit atao, hon eus grêt laqat hor sciel.
Grêt e pales an Tuileri, ar 4e devez a vis Gouere, bloa 1837.
Sinet LOUIS-PHILIP.
Dre ar Roue:
Ar ministr secretour a stat e departamant
al labouriou public, a labouradur an
douar hac a gommerç,
Sinet N. MARTIN (deus an Nord).
Vizet ha sciellet eus ar sciel vras :
A Goard eus a sciellou a Franç, ministr
secretour a stat e departamant ar justiç
hac ar c’hultou,
Sinet BARTHE.
HANOYOU SYSTEMATIQ. | TALVOUDEGUEZ. |
Muzuriou a hirder. | |
Myriamètr. | Dec mil mètr. |
Kilomètr. | Mil mètr. |
Hectomètr. | Cant mètr. |
Decamètr. | Dec mètr |
METR. | Unite fondamental ar poeziou ha muzuriou [33] dec-milionvet loden eus a gart ar bed. |
Decimètr. | Decvet eur ar mètr. |
Çantimètr. | Cantvet eur ar mètr. |
Millimètr. | Milvet eur ar mètr. |
Muzuriou an douarou. | |
Hectar. | Cant ar pe dec mil mètr carre. |
AR. | Cant mètr carre, carre deus a zec mètr a goste. |
Çantiar. | Cantvet deus an ar, pe mètr carre. |
Muzuriou a gontenanç evit an trou berus hac ar materiou sec’h. | |
Kilolitr. | Mil litr. |
Hectolitr. | Cant litr. |
Decalitr. | Dec litr. |
Litr. | Decimètr cub. |
Decilitr. | Decvet eus al litr. |
HANOYOU SYSTEMATIQ. | TALVOUDEGUEZ. |
Muzuriou a solidite. | |
Decastèr. | Dec stèr. |
Stèr. | Mètr cub. |
Decistèr. | Decvet a stèr. |
Poez. | |
... | Mil kilogram, poez ar mètr cub dour hac an donel a vôr. |
.... | Cant kilogram, qintal metric. |
Kilogram | Mil gram, poez er goullo deus a un decimètr cub dour distillet en temperadur 4 degre çantigrad. [34] |
Hectogram. | Cant gram. |
Decagram. | Dec gram. |
Gram. | Poez a ur çantimètr cub a zour da 4 degre çantigrad. |
Decigram. | Decvet eus ar gram. |
Çantigram. | Canvet eus ar gram. |
Milligram. | Milvet eus ar gram. |
Moneiz. | |
Franc. | Pemp gram arc’hant d'an titr eus a nao-decvet eus a fin. |
Decim. | Decvet eus ar franc. |
Çantim. | Canvet eus ar franc. |
E conformite da zisposition lezen an 18 Germinal bloa III, pehini a goncern ar poeziou hac ar muzuriou a gapacite, pepini eus ar muzuriou decimal demeus an daou seurt-se, en deveus e zoubl hac e anter.
Ar pez a 20 franc a dle poeza... | 6 gr. 45 c. |
Ar pez a 40 | 12 gr. 90 c. |
Ar pez a 20 franc a zo e taill a 155 pez evit ur c’hilogram.
Ar c'hart a franc a dle poeza... | 1 gr. 25 c. |
An anter franc | 2 gr. 50 |
An tri c’hart | 3 gr. 75 |
Ar franc | 5 gr. |
An daou franc | 10 gr. |
Pemp franc | 25 gr. |
E.M. Titr an aour hac an arc’hant a zo fixet da 9/10t a fin hac unan a alliach.
An 2 canvet a franc a dle poeza... | 4 gram. |
An 3 canvet | 6 gr. |
Ar 5 canvet | 19 gr. |
Toleranç ar poez cuevr a zo demeus a un 50t er mès.
I. Usach eus a boeziou ha muzuriou faus.
Ar muzuriou anc. zo reputet faus ha disleal : ar balançou a zo comparachet d’ar poeziou, pere a ve venamant reiz, ma vent faus.
Ar boanniou applicabl d’an disoboissanc-se eo an articlou 423 ha 428 eus ar C’hod penal.
II. Possession deus ar memes instrumantchou er vagasinou, staliou, atelierou, ties a gommerç, coc’hiou, foariou ha marc’hajou.
Herves jurisprudanç lez ar gasssation, ar poeziou ha muzuriou reputet faus, a dle beza confisqet, ha pa na vent qet memes cavet en ur stal pe en ur vagasin : an art. 479, n° 5, 48o, n° 3, 481, 482 ha 483, eus ar C’hod penal, a zo applicabl d’an disoboissanç-se.
III. Implich deus a vuzuriou pe a boeziou differant eus ar re etablisset dre al lezennou en vigor.
An instrumantchou n’int qet merqet eus o lealdet, a zo deus an nombr-se, hac hep da egard da zen pe da lec’h ; an art. 5 eus an ordrenanç royal an 21 qerzu 1822, na admet qet a exception. An art. 479 eus ar C’hod penal a zo applicabl d’ar c’hontravantion-se.
IV. Manqamant da reglamantchou an autoriteou administratif var ar matier.
Ar mancou n’int qet hanvet reiz a voalc’h gant ar C’hod, pe dre lezennou spicial ha decrejou, o deveuz nerz a lezen, evel a c’hoarvez dispositionou jeneral ha local evit assuri fidelite debit ar varc’hadourez a zo punissabl, hervez an art. 471, n°15, eus a C’hod penal.
Art. 1585. Pa na vez qet güerzet ar varc’hadourez a drac, mes d’ar poez, d’ar gont pe d'ar muzur, ar voerz n’eo qet parfet er sans-mâ penos an traou güerzet a zo e risq ar güerzer bete ma vezint poezet, contet pe muzuret ; mes ar prener a ell goulen pe an delivranç pe dommachou-interest, mar be lec’h, e câz a vanc a execution demeus an angajamant
Art. 1586. Mes, er c’hontrel, mar deo bet güerzet ar varc’hadourez a drac, ar voerz a zo parfet, peguement benac ne ve qet bet c’hoas ar varc’hadourez poezet, contet pe muzuret.
Art. 1617. Mar bez bet grêt güerz demeus a ur madou gant indication deus ar gontenanç da guement-mâ-ha-qement ar muzur, ar güerzer zo obiijet da zelivra d’ar prener, ma er goulen, ar gantite merqet er c’hontrat ;
Ha ma neo qet an dra possubl dezàn, pe ma n’er goulen qet ar prener, ar güerzer zo oblijet da zouffr un diminution e proportion d’ar pris.
Art. 1618. Mes, er c’hontrel, en cas eus an art. diarauc, ma en em gav ur gontenanç brassoc’h eguet an hini exprimet er c’hontrat, ar prener en deus ar choas da fournissa ur supplemant deus ar pris, pe d’en em desista demeus ar c’hontrat, mar deo an nemorant deus a un uguentvet a uz d’ar gontenanç disclêriet.
Art. 1952. An hostisien a zo responsabl, evel depositourien, demeus an effejou digasset gant ar beachourien a loch en o hostaliriou ; depot ar seurt effejou-ze a dle beza sellet evel un depot necesser.
Art. 154. Ar gontravantionou a vezo prouvet, pe dre procesou verbal pe rapportchou, pe dre destou e defaut a rapportchou ha procesou verbal, pe d’o harp.
Nep den na vezo recevet, dindan boan a didalloudeguez, da ober preuven dre destou entuont pe a eneb ar gontenanç er procesou verbal pe rapportchou an officerien a boliç pere o deus recevet diouz al lezen ar pouvoar da gonstati betec inscription a faus. Evit ar pez a sell ouz ar procesou verbal pe rapportchou grêt gant ajantet, preposet pe officerien da bere al lezen ne deveus qet accordet ar güir da veza credet betec inscription a faus, ec’h ellint beza breutêt dre breuvennou contrel, pe scrifet, pe dre desteni ; mar qev an tribunabl a propos o receo.
Art. 65. Nep crim pe drouc-ober na ell beza excuset, nac ar boan moderet, nemet en câs hac er circonstançou e pere al lezen e deve disclêriet ar feat excusabl, pe a bermet applica dezàn ur boan nebeutoc’h rigorius.
Art. 423. Piou benac en devezo tromplet ar prener var titr ar matieriou aour pe arc’hant, var ar galite a ur men faus güerzet evit fin, var natur an oll varc’hadourez ; piou benac, dre usach a faus poeziou pe a faus muzuriou, en devezo tromplet var gantite an traou güerzet, a vezo punisset demeus an amprisonamant epad tri mis d'an nebeuta, ur bloa d’ar muia, hac eus a un amand na ello qet tremen ar c’hart demeus ar restitutionou ha dommajou-interest, ha beza dindan anter-cant franc.
Objedou an drouc-ober, pe o dalvoudeguez, ma apparchantont c’hoas d’ar güerzer, a vezo confisqet ; ar poeziou faus hac ar muzuricu faus a vezo ive confisqet, hac ouspen a vezo broustet.
Art. 424. Ma zeo en em servichet ar güerzer hac ar prener, ebars en o marc’hajou, demeus a boeziou all pe demeus a vuzuriou all eguet ar re a zo etablisset dre lezennou ar Rouantelez, ar prener a vezo privet demeus a bep action a enep ar güerzer en devezo e dromplet dre usach poeziou ha muzuriou difennet, hep dommach eus an action public evit ar bunition, qen demeus ar fraudelez-se eguet eus an implich memes demeus ar poeziou ha demeus ar muzuriou difennet.
Ar bunition, e câs a flauderez, a vezo an hini douguet en articl diarauc.
Ar bunition evit implich ar muzuriou ha poeziou difennet, a vezo determinet dre an titr IV deus ar C’hod-mâ, pehini a gonten ar bunitionou a simpl poliç. (Art. 479, 481.)
Art. 463. En oll câsiou e pere ar boan a amprisonamant a zo douguet dre ar C’hod-mâ, ma ne dremen qet ar gaou grêt 25 franc, ha mar seblant ar circonstancou toc’horet, an tribunaliou a zo autoriset da redui an amprisonamant memes da nebeutoc’h eguet c’hoec’h devez, hac an amand memes dindan 16 franc. Ellout a rint ive prononci separamant an eil pe eben eus ar boanniou-se, hep na elfe e nep câs beza dindan boanniou a simpl poliç.
Art. 479. E vezo punisset demeus a un amand a unnec da bemzec franc comprenet :
5°. An neb o devezo poeziou faus pe muzuriou faus en o magasinou, staliou, atelierou pe tiez a gommerç, pe er c’hoc’hiou, foariou pe marc’hajou, hep prejudiç d’ar boanniou a vezo prononcet gant an tribunaliou a boliç correctionnel a enep ar re o defe grêt usach demeus ar poeziou ha muzuriou faus-se. (Guelet an art. 423)
6°. Ah neb a implijo poeziou ha muzuriou differant eus ar re a zo etablisset dre al lezennou en vigor.
Art. 480. A ello, herves ar circonstançou, beza prononcet ar boan a amprisonamant epad pemp devez d’ar muia :
2t. A enep ar re a bossed poeziou ha muzuriou faus ;
3t. A enep an neb a implijo poeziou pe muzuriou differant eus ar re en deus al lezen en vigor etablisset.
Art. 481. A vezo, sezisset bha confisqet, I° ar poeziou faus, ar muzuriou faus, coulz evel ar poeziou hac ar muzurioü differant demeus ar re en deveus al lezen etablisset.
Art. 482. Ar boan a amprisonamant epad pemp devez e devezo bepret lec’h, evit azcouez, eneb an neb hac er c’hâsiou mantionet en art. 479.
- ↑ Articl 424 eus ar C’hod Pénal.
- ↑ Al lezen-se en em gav e fin al levr.
- ↑ 18 Germinal bloavez III.
- ↑ 18 Germinal bloavez III.
- ↑ Taulen ar muzuriou leal en em gav e fin al levr-mâ.
- ↑ An daulen a zo e fin al levr-mâ.
- ↑ An daulen-ze a zo e fin al levr-mâ.
- ↑ Discours an A. marqis de la Place da gampr ar pared, 22 mae 1838.
- ↑ Memorial enezen Santez-Helena, e pelec’h eo maro Napoleon.
- ↑ An instructionou ministeriel zo c’hoas rigoriussoc’h : exija a reont e vouchfe ur valanç gant un daou vilvet a bouez.
- ↑ En defaut a rapportchou, ar breuven dre destou zo recevet dre an articl 154 demeus ar C’hod a brocedeur criminal.
- ↑ Cod civ. art. 1586.
- ↑ Cod civ. art. 1585.
- ↑ Cod civ. art. 1617.
- ↑ Art. 5 eus a lezen ar 4 eus a vis Gouere 1837.
- ↑ Arauc-propos eus a lezan an 8 — 15 Qerzu 1790.
- ↑ Lezen ar 4 Gouere 1837.
- ↑ Ordrenanç mis Guenveur 1470
- ↑ Cod civil, articl 1951.
- ↑ 24 Eost 1790 ; 22 Gouere 1791 ; 1a Vandémier bloa IV, ha 29 Prarial bloa IX.
- ↑ 18 Qerzu 1825, tit. 3, art. 25 ha goude.
- ↑ Arrêt eus a Les ar gassation eus ar 7 Germinal bloavez IX, titr 7t no 159, p. 298.
- ↑ Arrêt an 13 Ebr. 1820
- ↑ Art. 29 an ordr. royal 18 Qerzu 1825.
- ↑ Guelit er fin.
- ↑ Art. 536, Cod penal.
- ↑ Articl 96 ar C’hod penal.
- ↑ Mensura mensurata. Sant Thomas d’Aquin.
- ↑ Articl 3 demeus a lezen ar 4 eus a vis Gouere 1837.
- ↑ Guelet an arrête ministeriel, 18 Meurs 1812, e pehini eo rapportet an articlou 424, 479, 480 ha 481 deus ar C’hod penal.
- ↑ Labruyère
- ↑ Arrête deus ar 14 a vis Ebrel 1838.
- ↑ An etalon prototyp e platin, deposet en archivou ar 4 Messidor bloa VII, deus a hirdet ingal ar mètr pa ma e temperadur zero.
- ↑ An etalon prototyp e platin, deposet en archivou ar 4 Messidor bloa VII, a ro, er goulonter, ar poez leal eus ar c’hilogram.