Jakez Riou, an ti satanazet, skeudennou gant P. Peron, skridoù Breizh




An ti Satanazet







JAKEZ RIOU



an ti

Satanazet






SKEUDENNOU GANT P. PERON


Skridoù Breizh




PENNAD KENTAN
Raklavar


— « Piv an desketañ en ti ? »

— « Me, a respontas ar c’hi. »

Rak, gouzout a rit, va lennerion, gwechall-gozh al loened mut a gomze kerkoulz hag an dud, ha c’hoant bras am eus da lavarout : gwelloc’h.

Alanig al Louarn n’en doa ket e bar da livañ gevier fin, ha Job ar Bleiz da zisplantañ gevier gros. Mes an amzer-se a zo tremenet, siwazh ! hag al loened o deus moarvat dizesket meur a dra.

Piv ha petra a zo kaoz ?

Nec’het a-walc’h e choman va-unan. Evit kavout d’am goulenn ur respont dereat e vefe ret bezañ gouiziek e kement gouiziegezh, hag a-boan ma ’m eus-me uzet foñs ur bragoù war skiñvier ar skolioù.

N’ouzon nemet un dra : en amzer hiziv al loened a harzh, a c’hwitell, a vlej, a wic’h, a viaou, a hinno, a yud, a hud, a voud, a chilp, a glip, a goag, a c’hroag, a gan, a richan, a grougous, a roc’h, a doc’h, a soroc’h, a c’harm, a ragach, a c’hregach, a gloc’h, a youc’h, a razailh, a rizink, pep hini en e vod hag hervez e ouenn.

Eo, ar c’hegined, pa vezont distagellet mat, a zeu a-benn da zrailhañ meur a gomz, ha klevet em eus unan anezho en un ostaleri a Vro-Leon o lavarout da gement den a zeue en ti : « mezvier brein ! mezvier brein ! »

Paour kaezh kegin ! N’he deus ket bet a chañs, rak ur martolod yaouank (mezv-dall e gwirionez) ouzh he c’hlevout o hopal dezhañ : « mezvier brein ! mezvier brein ! » a yeas droug ennañ, a daolas e grabanoù war al labous paour, a blantas tro en e c’houzoug, hag a droc’has dezhañ e ganaouenn e ker berr amzer ha lavarout : ouf !

Nann, siwazh ! al loened ne gomzont mui evel diagent. Kollet eo ganto, e feson, o holl zeskadurezh. Ne chom ganto nemet un tamm skiant-prenet… ha prenet alies diwar o c’houst ha diwar o brasañ damant. Bremañ emañ amzer ar moto, an oto, ar vilo, ar c’harr-nij, ar marc’h-du, ar marc’h-dre-dan. Evit ar marc’h pevarzroadek, ’m eus aon ne vo mui kavet implij dezhañ bremaik nag ouzh karr nag ouzh alar ; implij e ti er c’higer, ne lavaran ket.

Ma c’houlennan eta diganeoc’h piv eo an desketañ en ti, ne vezin respontet na gant ki na gant kazh, evel en amzer gozh. Ar c’hi a zo o redek louarn pe o redek gad, hag ar c’hazh o logota.

Lezomp, avat, a gostez loened hag anevaled, pa n’eus hini ebet anezho em istor, ha gwelomp pelec’h omp degouezhet pelloc’h.

Me a c’houlenne eta diganeoc’h, va lennerion a Vro-Leon hag a Vro-Gernev : « Piv an desketañ en ti ? »

Na respontit ket holl asambles, na, kennebeut, diouzhtu, nemet goude bezañ taolet evezh bras er pezh a vezo bet goulennet diganeoc’h. An neb a ya re vuhan e deod en dro, a lavaro, mod pe vod, sotonioù. Rak an den a wir furnez, ne gomz morse dre bres.

Gouzout a ran, meur a zen n’anavez ket Lotei gwelloc’h eget ar C’hamtchatka pe ar Beloutchistan, ha, koulskoude, Lotei a zo ur barrezig vihan vrav a Vro-Gernev. Er gwasked emañ war ribl ar stêr Aon a red he dour goustadik, evel gant keuz, war-du Kastellin. Lotei n’eo ket anavezet, Lotei n’eo ket darempredet, ha, ma hoc’h eus c’hoant da vont di, ur wech bennak, taolit evezh mat gant aon da vont e-biou. Lotei n’emañ ket he anv nag er c’hroazhent na war ar mein-born. An hent bras a ya di n’en deus nemet dek rahouenn a ledander, ha c’hoazh an hanter anezho a zo goloet gant letonenn ar c’hostezioù. It e peoc’h gant an hent-bras-se hep aon da vezañ gwintet er foz gant ur c’harr-dre-dan bennak ! Ar c’hirri-dre-dan pa zegouezh dezho dont betek amañ a zo risklus dezho redek buanoc’h eget an dud ; setu perak ne vez ket gwelet al liv anezho gwall alies : d’an deiz kentañ eus ar bloaz, da sul Fask ha d’ar sulvezh diwezhañ a viz gwengolo, deiz ar pardon bras.

Na gredit ket emaon oc’h ober fae war va bro ; pell ac’hano. Lotei a zo ur vro ker kaer ! ker sioul ! ker peoc’hus ! Ar stêr en un tu, ar menez en tu all. Lotei a zo ur vro c’hlas, ur vro dudius, hag e vefe brav bevañ enni.

Evit da Lotei bezañ ur baradozig war an douar, ur baradozig didrouz e-lec’h ne glever nemet al laboused o kanañ er girzhier, rodoù ar c’hirri o strakal war an hent, pe skluz ar stêr vras o voudal en draonienn, Lotei he deus ivez hec’h istor hag istorioù a sac’hadoù.

Etre bourk Lotei-Landremel hag hini Sant-Kouli, uhel, uhel war an duchenn, dirak an hent bras, emañ Karreg-al-Louarn.

Ur gêr vihan e gwirionez ha ne deus enni nemet un ti hag ur c’hraou. Mat, an ti-se a zo bet satanazet ha marteze zoken, ar re gozh o deus dalc’het soñj : hanter-kant vloaz ’zo e teuas Satanaz e-unan da chom e-barzh an ti.

Gwelomp penaos.




EIL PENNAD
Daou istrogell


Ar sulvezh-se, sulvezh d’abardaez ha deiz pardon bras Lotei-Landremel, an amzer a oa klouar, ha, peogwir e oa bras an dour er stêr, Lukaz, skluzier Penn-ar-Pont, en doa kavet gwelloc’h kemer e higenn ha mont da besketa eget mont d’an tu all da bardonañ.

Lukaz a oa azezet war bord ar stêr vras, e-touez ar geot hir hag ar c’hegid, ha ne zistage ket e sell a-ziwar ar bond spoue kenkas e vije deuet ur pesk bennak da bismigañ ar vuzhugenn ha d’he lonkañ evit e vrasañ damant. Hogen, pesk ebet ne dostae ; ’m eus aon n’o doa ket naon ar sulvezh-se, sulvezh diwezhañ a viz gwengolo, ha Lukaz, pesketaer dispar, ne gare ket koll e amzer en un takad goullo, na chom da stourm ouzh ar pesked, pa oant mouzet betek an hini diwezhañ.

Lukaz a savas e higenn hag a lakaas warni ur vuzhugenn all.

Edo o sevel evit mont uheloc’h, pa daolas ur sell war-du ar skluz. Petra a wele du-hont ? Ur pakad du o vont d’an traoñ gant tizh an dour ! Buan, Lukaz a eeunas e lunedoù war e fri, mes pa sellas evit an eil gwech, ne welas mui netra : ar pakad du a oa aet dreist ar skluz.

Lukaz a yeas pelloc’hik, war-du al laez. Teurel a reas adarre e higenn en dour. Ar pesked avat, eno evel en traoñ, a oa leun o c’hof, hag hini ebet anezho, d’ar mare-se eus an deiz, ne zeuas da bismigañ higenn ar pesketaer. Lukaz, avat, ne oa mui nec’het gant higenn na gant pesk ; gant ar pakad a oa aet dreist ar skluz, ne lavaran ket.

— « Ar pakad du-se », emezañ, « petra eo ? Ma n’eo ket un den beuzet ? »

Un den beuzet ?

— « Un den beuzet e tle bezañ », eme Lukaz dezhañ e-unan, ha kerkent e savas adarre e higenn hag e kerzhas war-eeun d’ar gêr.

A-boan ma oa degouezhet Lukaz en ti, ma teuas ivez en diabarzh daou baotr eus Lotei, Job ha Lom dre o anv badeziant.

Asinus asinum fricat a zo daou azen o ’n em lipat, evel ma lavar ar chañson.

Lom ha Job pe Job ha Lom, evel ma karit, ne oant ket daou azen, pell ac’hano, mes daou istrogell eus ar re vrasañ, hag un istrogell gant un istrogell all, en em intent atav evit ober labour fall.

Klevit !

Job ha Lom a zeuas e ti ar skluzier, unan o kanañ hag an hini all o tiskanañ.

Badaouet mat e oant.

— « Salud, Lukaz ! » emezo.

— « Salud deoc’h ! » eme Lukaz. « Hag a nevez ? »

Hag a nevez ? Netra nevez en o buhez, pa ne raent nemet evañ adalek ar mintin betek an noz.

Lukaz, avat, en doa un dra bennak nevez da lavarout dezho, daoust ma oant mezv, rak ur c’heloù eus ar seurt a zo ur pouez re bounner, ha ret eo disammañ an teod dirak an den kentañ a vo kavet war an hent, na pa vefe roue pe pilhaouer.

— « Azezit ! » eme Lukaz dezho, « ma kemerot ur chopinad sistr. Sistr nevez am eus, hini dispar degaset din eus maner ar Gili. »

Lukaz a grogas gant e istor.

— « Soñjit ’ta ! » emezañ, « bremaik edon o pesketa aze, e-tal ar foenneg hir, pa em eus gwelet, o ! gwelet sklaer ha fraez gant va daou lagad, ur pakad traoù heñvel ouzh korf un den o vont dreist ar skluz. Ker sur hag emaon amañ dirazoc’h, ar pakad-se a zo un den beuzet !… »

— « Un den beuzet », emezo, « un den beuzet ! Penaos e c’hellit gouzout sur e oa un den beuzet ? »

— « Penaos ? Penaos ? Pardienn ! abalamour em eus gwelet anezhañ. Me n’on ket badaouet, o ! »

— « Ha penaos e oa gwisket an den ? »

— « E du e oa gwisket penn-kil-ha-troad, rak e benn em eus remerket hag e dreid em eus remerket ivez. »

Neuze Job a zirollas da c’hoarzhin, da c’hoarzhin kenañ, kenañ. Ne oa ket evit komz, kemend-all e c’hoarzhe.

— « A ! Lom », emezañ, « an den beuzet a dle bezañ Herri hon eontr, eus Karreg-al-Louarn. »

Rak disoñjet em eus da lavarout deoc’h e oant o-daou, Job ha Lom, kendirvi kompez.

— « Herri ? » eme Lom,… « Marteze a-walc’h ! »

— « N’eo ket marteze ; Herri an hini eo. »

Hag o-daou d’ober asambles : A ! a ! a ! e-pad ur pennad hir, gant ar joa o doa.

— « N’ouzon ket perak e kavit kement a blijadur gant ur c’heloù ken trist », a lavaras dezho ar skluzier.

— « Ur c’heloù trist en ur mod », a lavaras Lom, « mes ur c’heloù laouen en ur mod all, rak, gouzout a rit, koulz ha ni, Herri a oa ur c’hanfard eus ar re vrasañ ; ne laboure ket, mezv e veze war ar pemdez ha mezv-dall d’ar sul : hor moereb ne rae nemet gouelañ gantañ. Ne zegase gwenneg ebet d’ar sadorn d’ar gêr, ha koulskoude, bep mintin, evit mont d’ar vengleuz, da Bont-Koblant, e oa dav d’ar boued ha d’ar bara bezañ prest war an daol, pe trouz ha bazhadoù e vije bet. »

— « Kavout a ra din », eme Lukaz, « eo deuet ho teod da vezañ skañvoc’h gant marv hoc’h eontr ? »

— « Ker buan », eme Lom, « koulskoude, dezhañ eo bet ar gwashañ. Mes ar pezh a ouzon, hag un dra hag a ra plijadur din, eo soñjal e tremeno hiviziken hor moereb ur vuhez eürus war an douar. »

— « Feiz ! » eme Lukaz, « kanañ a rit d’hoc’h eontr un interamant a gentañ klas ! Mes arabat eo seniñ ar c’hañv re abred, rak marteze hoc’h eontr a zo yac’h-pesk, ha ker buan e vefe gwelet o tont amañ da c’houlenn diganin ur chopinad sistr. »

— « O ! ne deuio ket », eme Job. « Gouzout a rit, Lukaz, n’eo ket deuet d’ar gêr, abaoe tri devezh ? »

— « Ya, gouzout a ran ».

— « Klevet hoc’h eus, ivez, n’eo ket bet gwelet abaoe, e mengleuz Pont-Koblant ? »

— « Klevet em eus ».

— « Hag eo bet kavet e vazh, e dog hag e votez kleiz war ribl ar stêr vras ? »

— « Ya ».

— « Hag e oa va eontr mezv-dall, an deiz-se ? »

— « Marteze a-walc’h ».

— « Me ’lavar deoc’h un dra : va eontr a zo kouezhet er stêr vras hag a zo beuzet. N’eus netra suroc’h. »

— « Paour kaezh Herri ! » a lavaras ar skluzier. « Eñ eo neuze ar pakad du am eus gwelet bremaik o vont dreist ar skluz ? Bez’ ez eus tud war an douar hag o deus marvioù trist memes tra ! »

— « Ba ! pep hini d’e dro », eme Job.

— « Ganeoc’h, Job, emañ ar furnez an taol-mañ », a lavaras Lukaz. « Da c’hortoz ma vo gouezet pe wir pe faos eo ar c’heloù trist-se, evomp ur chopinad, ha yec’hed d’ar re vev ! »

Job ha Lom a dreuze ar stêr gant ar vag. Lukaz a selle outo, ha souezhet e chome, pa zeue soñj dezhañ eus doare digristen an daou zen yaouank da zegemer ar c’heloù eus marv o eontr, ha ne voe ket bet evit en em virout da lavarout d’e wreg un dra hag a oa anavezet eus Karreg an Tan betek Menez-Hom :

— « Ar re-se a zo daou istrogell. »




TREDE PENNAD
Meû-eûh !


— « Job. »

— « Petra ’zo, Lom ? »

— « Job, hon eontr a zo marv. »

— « Gouzout a ran. Trist, trist eo. »

— « C’hwi ’gav ? »

— « O ! ne gavan ket, mes bravoc’h eo lavarout evel-se. »

— « Ya ! dirak an dud, Job… Dirazon-me, avat… »

Ha Lom a grogas da ganañ :

      « Disul vintin ’m eus c’hoarzhet
        Evit pemzek gwenneg,
        O welout Yann an Druilhenn
        O klask gwerzhañ e wreg,
        Evit pemzek gwenneg, Marianna,
        Evit pemzek gwenneg.

Ha ! ha ! ha ! »

— « Peoc’h ! Lom, ne welit ket an dud o tont en-dro eus ar pardon ? Ne vefe ket dereat c’hoarzhin na kanañ dirazo. Peoc’h ’ta, ha kemerit un aer trist ! »

— « Ya, diskouezomp e tougomp kañv d’hon eontr. »

Hag an daou vezvier o pignat gant an hent meinek ha digompez a gemere an aer tristañ ma oa er bed. Brallañ a raent a gleiz, brallañ a raent a zehou ; ne oa ket an hent bras a-walc’h evito.

— « O nonde ! ne welan mui gwall sklaer », eme Job ; « ur vrumenn a zo war va daoulagad, daoust hag emañ an noz o tont ? »

— « An abardaez a zo o tont, Job, mes an noz a zo pell c’hoazh. »

— « Ha c’hwi a wel sklaer, Lom ? »

— « Ya ’vat ! Job, ha gouzout a ran e verk an heol… d’an eur-mañ… war-dro peder eur hanter… eeun-hag-eeun. »

— « War-dro peder eur hanter… eeun-hag-eeun. Ne welit ket, ’m eus aon, sklaeroc’h egedon-me. »

— « O ! eo. »

— « Livirit eta piv a zo o tont du-se gant an hent ? »

Lom a zigoras e zaoulagad ar brasañ ma c’hellas, hag a sellas. Mes ne respontas ket diouzhtu.

— « Pellik emaon c’hoazh, » emezan. « Pa vimp tostoc’h, marteze… »

— « Allo, Lom, n’oc’h ket evit lavarout din zoken pe ur gwaz pe ur vaouez eo. »

— « O ! ur vaouez eo, » a respontas Lom ; « ur vaouez eo, n’eus douetañs ebet da gaout. Gwelout a ran mat-tre he c’hoef gwenn hag he brozh du. »

— « Piv eo, neuze ? »

— « Piv ? piv ? »

— « Me, » eme Job, « me a lavaro deoc’h piv eo, rak va daoulagad n’int ket ker pikouzet hag ho re. »

— « O ! o ! Job. »

— « N’eus o ! o ! ebet da lavarout. Chann Vitouz an hini eo. »

— « Me ’lavar eo Na An Du. »

— « Chann Vitouz eo, a lavaran deoc’h. »

— « Pa lavaran deoc’h eo Na An Du. »

— « Me bari eo Chann. »

— « Me bari eo Na. »

— « Chann eo. »

— « Na eo. »

— « Chann ! »

— « Na ! »

— « Me bari va lodenn eus heritaj hon eontr. »

— « Ha me, va lodenn eus heritaj va moereb. »

— « Eontr ha moereb, an dra-se a zo ingal, rak mar deo marv unan, an hini all a zo bev. »

— « An eontr a zo marv hag ar voereb a zo klañv-bras, » a lavaras Lom ; « ha prestik e vo deomp heritaj Karreg-al-Louarn, ha va lodenn a lezan ganeoc’h, ma n’eo ket hounnezh Na an Du. »

— « Du a laran-me ; ya ! du a welit, ha netra ken. »

— « Me a wel du ? me a wel du ? Me a wel sklaer, sklaer, sklaeroc’h egedoc’h, aotrou Job. Ho ! ho ! »

— « Ho ! ho ! prim oc’h hiziv. »

— « Ya ! aotrou Job, prim on hiziv, ha skuizh on aet o selaou sotonioù an dud vezv. »

— « Mezv hoc’h-unan, lonker brein. Ouzhpenn ur varazad sistr hoc’h eus evet hiziv. »

— « Ha goude ? An dra-se a ra droug deoc’h ? »

— « Marteze. »

— « Ya ! droug a rafe deoc’h… ur… ur vuredad sistr. Me… me… ur varrikennad ne ra ket aon din. N’eus ket er c’hanton un ever sistr eveldon-me. »

— « Eo ! me a zo par deoc’h. »

— « C’hwi ?… c’hwi, Job ? »

— « Ya ! me, » a respontas Job, taer.

— « C’hwi ?… C’hwi… a zo par din-me ? »

— « Ya ! me a zo mestr deoc’h, n’eus forzh e pelec’h. »

— « Ha, ya, Job ? »

— « Ya ! ya ! ha mil gwech ya ! ha gwelomp ! »

Ha Job, imoret ha fuloret dre ma krede dezhañ e oa graet fae war nerzh e gorf, a lammas war Lom, a grogas ennañ dre vriata, a zibradas anezhañ diouzh an douar ha, dre nerzh ar vezventi, e kouezhjont o-daou, mell-divell, er foz.

— « An neb a glask a gav, » a yude Job.

— « C’hwi an neb a glask ; mat ! Kavout a reot, » a responte Lom.

Hag o-daou en em vazhataent er foz, e-touez ar pri hag an delioù gleb, a daolioù daouarn, hag a daolioù treid. Dinerzh avat e skoe an daouarn, hag alies zoken e skoent ouzh ar c’hleuzioù hag e tiskarent e daoulagad an daou emganner poultrenn ha loustoni all.

Job a starde gouzoug Lom hag a strilhe e benn dezhañ kement ha me c’helle. Lom, flastret dindan ilinoù an hini all, a rae bec’h, a dabac’he, a ziskrape, a razailhe, en em ziswinke kement ha ma c’helle.

— « C’hoazh ’po, c’hoazh ’po ! » a lavare dezhañ Job.

Neuze, pe flastret gant ar pouez a oa war e gof, pe ur c’hwil o kouezhañ eus ar wezenn gozh en e c’henou digor, Lom a greñchas e-kreiz figur Job gant ar paz a oa deuet dezhañ.

— « Me ’stanko deoc’h ho kenou, Lom gouez. »

Ha Job a skoe war washaat ha, dre ma skoe, e lavare :

— « Ya pe nann, krediñ a rit bremañ eo Chann ? »

— « Meû-eûh ! » a reas ur vouezh c’hros e toull o divskouarn.

O ! n’eo ket Lom en doa graet meû-eûh, kredit ac’hanon ! Ur vuoc’h en o c’hichen, ne lavaran ket. Ur vuoc’h du gant kerniel gwenn deuet eno en ur beuriñ ar c’hlizenn.

Fidandoustik ! Job ha Lom ne oant ket pell o sevel ; ul lamm-spont a rejont diouzh ar foz, evel ma vije bet an diaoul krog e foñs o bragoù.

Pe Chann Vitouz pe Na an Du ?

Nann, nann, nann, ar vuoc’h du !…

Job ha Lom a gendalc’has gant o hent. Sellout a raent war o lerc’h, bep ar mare, evel ma vije bet c’hoazh e-leizh o c’hroc’hen a spont.

— « Job, » eme Lom, « n’on ket evit padout ken ; poultrenn ha loustoni a zo aet em gourlañchenn ; deomp da bardon Landremel, evel ar re all. »

Diskenn a rejont e ti Ar C’hariou. E-leizh an ti a oa a dud : merc’hed deuet da brenañ sukr, holen, kafe pe un dra bennak all, hag ar baotred da evañ o lod-ar-pardon ha d’ober o sizhunvezhiad a vutun karot.

— « En ur stad truezus emaoc’h ho-taou, » a lavaras dezho an ostiz ; « petra a zo degouezhet ’ta ? »

— « A ! » eme Job, trist-kenañ, « un dra spontus !… »

An holl a selaouas.

— « Un dra spontus : hon eontr Herri, eus Karreg-al-Louarn, a zo beuzet ! Lukaz Penn-ar-Pont en deus gwelet e gorf o vont dreist ar skluz. Sell ! diskargit din ur banne rom, rak n’on ket evit padout. »

— « Ya ! n’eo ket evit padout gant ar sec’hed, » a lavaras ar vaouez a oa eno ; « glac’har en deus d’ar gwenneion n’en deus ket c’hoazh, aze emañ ar wirionez. »

— « Ar voereb a zo gwall-glañv, » a lavaras unan all. « Ur gwall daol e vezo eviti klevout eo beuzet he gwaz. »

Job ha Lom a lonke o gwerennad rom.

Ne voe bet kaoz e tiez Landremel, an noz-se, nemet eus marv Herri Karreg-al-Louarn. Herri a oa beuzet ! E gorf a oa bet gwelet o vont dreist ar skluz.

En ur vont d’ar gêr da Lanurgad, dre noz teñval, ha mezv-dall, Job ha Lom a gomze etrezo.

— « Kavout a ra deoc’h, Job, ez eus kalz arc’hant eno ? »

— « O ! ya, millurioù ha millurioù. »

— « Neuze eo mat an traoù. »




PEVARE PENNAD
O ! moereb, moereb muiañ-karet…


Job ha Lom a oa kendirvi kompez evit o brasañ maleur, rak dre ma oant kerent eo e teujont d’en em zaremprediñ ; evit o brasañ maleur ivez e oant o chom o-daou e kêr Lanurgad, rak, panevet se, marteze, an amzer he dije lakaet fin d’o darempredoù.

An daou di a oa savet an eil e-kichen egile, ar pezh a oa un dra fall ; an dorioù a zegouezhe eeun-hag-eeun an eil dirak eben, ar pezh a oa falloc’h c’hoazh.

Job ha Lom en em gleve war gement poent eus kement tra, war ar pemdez evel d’ar sul. Pa veze gwelet unan o tont gant an hent, e veze lavaret diouzhtu : an hini all n’emañ ket pell.

Pa laboure Job er park e veze gwelet, kerkent, Lom e toull ar gloued.

— « Ho ! ho ! Job, dont a rit ? »

Ha Job a stlape, kerkent, e forc’h, pe e falz, pe e falc’h ha dao ! da redek ar barrez.

A ! me a lavar deoc’h, labour Job ha labour Lom a oa labourioù difonn. Ar pezh a zisplije ar muiañ d’an daou zen e oa plegañ o c’hein.

Koulskoude Job ha Lom a oa, ouzh o gwelout, disheñvel war gement poent. Setu amañ poltred pep hini anezho : Job a oa bihan, Lom a oa bras ; Job a oa ledan ha skoulmet-kaer, Lom a oa strizh e zargreiz ha strizh e zivskoaz ; Job en doa blev du ha Lom blev ruz.

A-hend-all e oant heñvel-rik.

Tregont vloaz e oant o-daou, hag hini ebet n’en doa kavet da fortuniañ.

Ene Job a denne da ene Lom, evel un den a denn d’e boltred, pa sell er melezour.

An deiz-se, lun vintin goude pardon Landremel, Job a zihunas war-dro nav eur, ha Lom war-dro nav eur hanter. Skuizh e oant o-daou, hag ar pikouz a oa start da zistagañ diouzh korn o lagad. Job a grafignas e benn hag a zigoras e c’henou, hag ober a reas kement a drouz en ur zigeriñ anezhañ, ma voe dihunet Lom, kousket en ti all.

Sevel a rejont o-daou d’ar memes mare.

Job a oa aozet dezhañ gant e vamm ur soubenn rous treutik a-walc’h, a zo ken dispar, hervez em eus klevet, da gas kuit a-ziwar an teod, ar blaz c’hwerv a chom goude un devezh bos. Da Lom e voe lavaret gant e c’hoarezed e oa gwelloc’h dezhañ chom war yun betek kreisteiz.

Lom eta ne zebras tamm ebet, ha Job kennebeut, rak ar soubenn rous ne blije ket dezhañ, an deiz-se.

Chom hep debriñ, mat ! Mes chom hep evañ a oa un afer all.

Lom a wiskas e zilhad, goustad, evel ma rae pep tra, hag e kavas gras pa welas e pare an heol er porzh.

Tremen a reas e-biou da di Job. Ober a reas e toull an nor :

— « Ho ! ho ! »

— « Ya, ya ! » a voe respontet dezhañ eus an diabarzh.

— « Hiziv ez eus pardon c’hoazh, Job. »

— « Ya, ya ! Lom, prest on. »

Hag o-daou en hent war-du Karreg-al-Louarn, da welout o moereb.

Mont a raent o-daou dre an hent-karr ; er c’harzh, al laboused a gane hag a c’hwitelle, seder, ha pep hini anezho a gomze en e yezh.

— « Setu aze daou vezvier ! » a lavare ar pintig.

— « Da sistra emaint o vont », eme ar vran du, eus beg ur penngos derv.

— « O ! n’emaint ket ; o ! n’emaint ket, » a respont ar voualc’h.

— « Da belec’h eta ? moualc’h beg melen. »

— « Da belec’h, bran du ? Da belec’h ? Diskenn war brank izelañ ar wezenn hag e klevi anezho o kontañ o zroioù kamm. »

Al laboused a selaouas. Klevout a rejont an daou sistrer o komz evel-hen :

Job : — « Emberr, me a yelo en ti. »

Lom : — « Me a chomo er-maez. »

Job : — « Me a livo komzoù flour d’ar voereb. »

Lom : — « Me a daolo evezh war an treuzoù, ha, bep ar mare, e rin cholori re bar da hini paotred ar Sabad. »

Job : — « Ar voereb a zo aonik. »

Lom : — « Bezit dinec’h ! Spontet e vo, pa glevo labous an Ankoù o c’hoari en-dro d’an ti. »

Job : — « Ha ! ha ! ha ! Ni ’zo paotred fin, memes tra. Ha ! ha ! »

Al laboused a gomze adarre, pep hini en e yezh :

— « O ! da Garreg-al-Louarn emaint o vont. Da welout o moereb ! Da spontañ o moereb !… »

Hag ar vran, ar voualc’h, ar gegin, ar pennduig hag holl laboused ar girzhier a hope war-lerc’h Job ha Lom :

— « Viltañsoù ! viltañsou ! »

Pa zegouezhas Job ha Lom e Karreg-al-Louarn, ar voereb a oa war he gwele gant ar remm hag ar gozhni.

Job ha Lom a antreas en ti, goustad, evel ma vijent bet glac’haret-kenañ.

Ar voereb a c’hoarzhas a galon vat, ouzh o gwelout.

— « Petra ’c’hoarvez ganeoc’h hiziv, paotred trist ? »

— « E gwirionez, » eme Job, « trist, ya, trist eo. »

— « Ya ! trist eo ken na eo trist a-walc’h gwelout ac’hanoc’h o redek ar barrez, o sistra bemdez hag o tremen ho puhez dilabour. Ur vezh eo zoken. Ne gavot plac’h ebet ha, koulskoude, poent bras eo deoc’h fortuniañ. Tregont vloaz, soñjit… Bremañ e chomit aze hep lavarout grik… Respontit ’ta, pe kemerit bep a volenn : ar varrikenn sistr a zo aze, gouzout a rit, e-tal ar gwele. Kemerit hoc’h-unan, peogwir n’on ket evit servijañ ac’hanoc’h. Domaj eo n’emañ ket Herri aze ivez evit trinkañ ganeoc’h, rak Herri a gar kenañ ar sistr hag ar peurrest, hag ur sizhun ’zo n’eo ket bet er gêr. Pelec’h emañ o sistra en deiz hiziv ?… A ! lavaret e vez dimeziñ… dimeziñ… Gwelloc’h eo deoc’h chom hep dimeziñ, paotred, ma timezit evit lakaat ho kwreg gwalleürus war an douar. »

— « O ! moereb, moereb muiañ-karet ! » a lavaras Job.

— « Petra ’zo, Job ? Pelec’h hoc’h eus kavet an anv brav-se : moereb muiañ-karet ?… Mes petra ’welan ? Stouiñ a rit ho penn, ha c’hwi, Lom, emañ an dour en ho taoulagad ? »

— « O moereb, ne ouiemp ket… »

— « O moereb, ni ’grede deomp… »

— « Petra ’zo c’hoarvezet, va nized ? »

— « Ne ouiemp ket, ne ouiec’h ket… »

— « Ni ’grede deomp… »

— « Setu aze ur gudenn ! »

— « A ! moereb, moereb muiañ-karet, » eme Lom, ur c’heloù… ur c’heloù trist… Ken na eo trist a-walc’h… ha re drist zoken… Hon eontr Herri a zo beuzet ! »

— « Beuzet ! » a lavaras ar voereb strafuilhet.

— « Beuzet ! Allas ! »

Mes ar voereb ne selaoue mui, ne gleve mui, kollet ma oa ganti he holl anaoudegezh.




PEMPVET PENNAD
Evel e rimadell ar gazeg wenn


Kerkent ha ma voe kollet he anaoudegezh gant ar voereb muiañ-karet (?), Job a daolas ul luchadenn ouzh Lom. Mousc’hoarzhin a rejont o-daou. En em glevout a rejont a vouezh izel ha, goude, Lom a azezas war an nev, e kostez ar gwele-kloz, hag a grogas da lavarout gant ur vouezh leun a druez hag a dristidigezh :

— « O ! moereb !… O ! moereb !… O ! moereb !… »

Job a savas war beg e dreid, a daolas ur sell war ar gwele evit gouzout pe gousket pe zihun e oa ar voereb kozh.

Serret e oa ganti he daoulagad ; klemm a rae dre he c’housk.

Soñjal a rejont o-daou : Deuet eo ar mare.

Job eta a bellaas diouzh ar gwele hag a redas d’ar penn all d’an ti. Ker skañv e oa e vale hag hini ur c’hazh pa vez da vat o logota.

Lom a gendalc’he da lavarout :

— « O, moereb !… O, moereb !… O, moereb !… » Ha lavarout a rae : O moereb ! herroc’h-herrañ dre ma dostae Job ouzh ar penn all d’an ti.

— « O tri mil !… » eme Job, pa voe degouezhet.

Ar voereb a zihunas.

— « Petra ’c’hoarvez adarre ? » emezi.

— « Netra, moereb, » a lavaras Lom.

— « Eo, klevet em eus unan bennak o pec’hiñ. »

Job a oa tostaet.

— « Me an hini oa, moereb, » emezañ ; « me a oa o lavarout, hep soñjal edoc’h kousket : o tri mil malchañs !… »

— « A ! a ! a ! malchañs !… malchañs !… » a hopas ar voereb. « Disoñjet em boa. Herri… Herri… a zo… beuzet !… malchañs !… »

Hag e taolas adarre he fenn a-dreñv, hag e serras he daoulagad.

— « Petra ’c’hoarvez ganeoc’h, Job, gant ho tri mil ?… N’eo ket evel-se e teuimp a-benn eus hon taol. »

— « Ha ! me ’m bije karet gwelout ac’hanoc’h em plas… Nann, ne deuimp ket a-benn eus hon taol, rak n’eus alc’houez ebet war an armel, ha droug a oa aet ennon. Eürusamant em eus gwasket war va imor ; panevet se em bije, warlerc’h an tri mil gurun, brevet an armel, dor hag all. »

Kement-mañ a voe bet lavaret goustad, goustad, gant aon he dije ar voereb klevet ha komprenet an disterañ.

Mes n’he doa ket klevet ha n’he doa ket komprenet.

Job ha Lom a grafigne o fenn. Petra ober ?

Lom a gendalc’has da lavarout :

— « O, moereb !… O, moereb !… »

Job a furchas e godell an davañjer en istribilh ouzh tal ar gwele, mes ne gavas alc’houez ebet.

— « Biskoazh kemend-all ! amañ n’emañ ket an traoù en o flas, » a soñjas-eñ.

Sellout a reas ouzh ar poentennoù plantet e-tal ar gwele ouzh ar frammoù, ouzh an nor, hag e welas ne oa en istribilh ouzh ar poentennoù nemet gwiad-kevnid, stank-ha-stank.

— « C’hwi a zo diot ivez, Job, o klask un alc’houez en istribilh ouzh ur boentenn plantet war weled. Alc’houezioù an armili a vez kuzhet ouzh daoulagad an dud. »

— « Diot hoc’h-unan, » eme Job, prim an tamm anezhañ ; « emaoc’h aze o klask lakaat anezhi da gousket. Ho rimadell O, moereb ! O, moereb ! a zo ker sot hag hini ar Gazeg Wenn. Poent deoc’h chañch, pe foutu omp. »

Ma oa prim Job, lemm e oa ivez e spered ; dont a reas dezhañ ur soñj kaer.

— « Moereb, » emezañ, « moereb ! »

— « Hein ? Job. »

— « Ur c’hwezenn a zo war ho tal ; pelec’h ez eus ur mouchouer ma sec’hin anezhañ deoc’h ? »

Rak Job a ouie mat ne oa mouchouer ebet e godelloù an davañjer.

— « En armel, aze e kavot unan, Job… War ar stal-greiz… Ya, tomm a zo deuet din… Gortozit ’ta… ma roin deoc’h an alc’houez. »

Ar voereb a glaskas dindan ar pennwele, a dennas a-zindanañ alc’houez an armel hag a roas an alc’houez-se da Job en ur lavarout :

— « Trist, trist eo ! »

— « Ya, trist eo, » a respontas Lom. A-benn neuze, Job a furche en armel.

— « War ar stal-greiz, Job, » a lavaras ar voereb. « War-c’horre al liñserioù pleget. Erru oc’h ? »

Ne oa ket Job evit chom pelloc’h. Dont a reas gant e vouchouer. Sec’hiñ a reas gant aked tal ar voereb klañv.

— « N’hoc’h eus ket prennet dor an armel, Job… Prennit anezhi… diouzhtu. »

Job a brennas an armel hag a lezas an alc’houez en nor.

— « Trist eo. » a huanadas ar voereb.

Daou vunud goude edo adarre moredet.

— « Serromp an nor war ar gwele ! » eme Job.

Mes kerkent ma voe fiñvet an dorioù, ar voereb a lavaras en he mored :

— « O ! aer, aer din ! »

Setu e voe lezet ar gwele digor-frank.

— « Livirit un dra bennak ’ta, Lom ! » eme Job.

Ha Lom a grogas adarre da lavarout :

— « O moereb ! O, moereb !… »

— « Peoc’h, en anv Doue ! » eme ar voereb, hep digeriñ ul lagad ; « poan-benn a rit din. »

An daou niz a chomas eta dilavar.

Ne voe trouz ebet en ti. Job a selle ouzh Lom (ha vice versa) gant daoulagad du ha leun a rebechoù.

— « C’hwi an hini a zo kaoz, genaoueg ac’hanoc’h ! »

Goude un abadennig, ar voereb a c’houlennas :

— « Aet oc’h kuit ? Ne glevan mui ho mouezh. »

— « Amañ emaomp, » emezo o-daou.

Ha Job a zeredas buan eus an armel d’ar gwele.

Job avat, a redas adarre d’an armel, goude m’en devoe kemennet da Lom pasaat ha toc’hellat e-leizh e c’hourlañchenn. Lakaat a reas e zorn war an alc’houez ; treiñ a reas anezhañ ar goustadikañ ma c’hellas, mes ur gwigour skiltr a zihunas krenn ar voereb.

Mari a savas war he c’hoazez.

— « Ouf ! » emezi, « n’on ket evit chom e repoz. »

— « Gwelloc’h emaoc’h, moereb ? »

— « Ya ! » emezi.

— « Kenkoulz eo deomp mont ac’han, » a silas Job e pleg skouarn Lom.

— « A ! mat eo, neuze, peogwir emaoc’h bremañ gwelloc’h. Mont a reomp bremañ da zebriñ hor merenn, ha, bremaik, e teuimp en-dro, en kas ho pefe ezhomm eus un dra bennak. »

— « Mat ! Kenavo emberr, paotred, ha bennozh Doue deoc’h ! »

Ar baotred a gemeras hent Lanurgad ; imoret-fall e oant o-daou. Job a rae da Lom gourdrouzoù ha rebechoù c’hwerv, ha Lom a responte :

— « Kre non de non ! me ’zo ur paotr digourdi… Dalc’hit evidoc’h ho rebechoù. »




C’HWEC’HVET PENNAD
Falz an dic’harzher


Job ha Lom a oa degouezhet er gêr. Goulennet e voe diganto pelec’h e oant bet. N’em eus ket a soñj ken petra o doa respontet, mes, sur, o doa graet d’o c’herent ur respont faos, rak ar wirionez en o genou a oa un dra souezhus evel pempvet troad ar maout. Hag, evit lavarout ar wirionez penn-da-benn, o c’herent, ma c’houlennent diganto un dra bennak, ne raent ket fout gant respontoù, rak gouzout a raent, kerkoulz ha n’eus forzh piv, n’o doa ket an daou baotr yaouank kozh o far e kanton Pleiben da livañ gevier kaer. Mes ur gaou bras o doa lavaret an daou zen, pa azezent ouzh taol, pep hini en e di.

— Bremaik, eme Job d’e vamm, ha Lom d’e c’hoarezed, on tremenet dre Garreg-al-Louarn. Ar voereb a zo war he gwele, gant ar remm. Ne ouie ket c’hoazh ar c’heloù ! Soñjit ! ne oa bet den ebet o welout anezhi ! »

— « Gouzout a rit, Job », a lavare dezhañ e vamm, « Mari Karreg-al-Louarn ma n’he deus kerent nemedomp, he deus ur vignonez gozh e Toull-ar-Broc’h. Dleet e oa d’ar vignonez-se en em zirenkañ un tammig, peogwir en em zarempredont kement. »

— « Gouzout a rit, Lom, a lavare dezhañ e c’hoarezed, Herri Karreg-al-Louarn en doa ur mignon kozh e Kervetouz ; perak n’eo ket aet ar mignon kozh-se da gas ar c’heloù trist da Vari ? Gouzout a reomp, ni eo ar gerent tostañ ; evelato e oa dleet da hennezh kozh soñjal en e vignon, daoust dezhañ bezañ marv, ha mont ar c’hentañ da gas ar c’heloù d’an intañvez ha da reiñ kalon dezhi en he flanedenn griz. Rak, mar domp ar gerent tostañ, hor c’herentiezh a zo skoulmet war ar pempvet pe ar c’hwec’hvet brank hag, ouzhpenn, Kervetouz a zo kalz tostoc’h eget Lanurgad ouzh Karreg-al-Laouarn, hag amañ n’eo ket al labour eo a vank. »

— « Nann, n’eo ket al labour eo a vank, a respontas Lom, evel un den hag a oar petra eo ar vicher, hag, an taol-mañ, ne lavare ket gevier, rak labour, kalz labour a oa d’ober e Lanurgad, e ti Lom evel e ti Job, dre leziregezh ar baotred.

Betek-hen n’o deus ket kontet na Job na Lom gaou ebet er pennad-mañ. Mes klevit an dra-mañ, klevit gaou bras ar baotred, ar mell gaou a lavaren deoc’h.

Job a lavaras d’e vamm ha Lom d’e c’hoarezed :

— « Ar voereb a zo skuizh-kenañ he fenn, ha ne fell ket dezhi bezañ direnket gant den. C’hoant he deus da chom hec’h-unan, hec’h-unan. Klevout gwigour an nor o tigeriñ, o serriñ, an dud o vale war al leur-di pe o kaozeal en he c’hichen a zo ur verzherinti eviti. Hag aes eo kompren. Lavaret he deus deomp bremaik ne c’hoantae gwelout den o tont war he zro, hag, a-benn bremañ, sur he deus prennet ha sparlet he dor. »

— « A ! feiz ! » a lavaras ar merc’hed gant ur figur tagnous, « ma emañ evel-se ar jeu, mat pell ’zo ! »

— « Ha c’hwi, Job, petra emaoc’h o soñj ober, an abardaez-mañ ? »

— « O mamm, n’eo ket al labour eo a vank. Kleuzioù ar park bras a zo da zic’harzhañ.

— « Ha c’hwi, Lom, petra emaoc’h o soñj ober, bremaik ? »

— « Ar pezh am eus graet ar mintin-mañ », eme Lom d’e c’hoarezed : « dic’harzhañ ha diskourrañ, hardi. »

— « Koulskoude ez eus labour ivez war-dro ar gêr. »

— « Pep hini a oar petra en deus d’ober », a respontas Lom, krenn ha kras.

Rak ne blije ket dezhañ chom da droidellat en-dro d’ar gêr. Ar pellañ ar gwellañ, pell diouzh daoulagad ar vamm, pell diouzh daoulagad ar c’hoarezed, ha den ebet e-kichen evit sellout pe emañ ar falz o tic’harzhañ hardi, evel ma lavare Lom, pe ar falz er foz, hag ar paotr o redek ar barrez.

Job eta, pa voe debret gantañ e bred, a savas diouzh taol, hag a gemeras hent ar porzh, en ur lakaat en e c’henou ur moñsad butun karot.

Lom a welas Job o tremen e-biou da brenestr e di hag a savas ivez d’e dro. Hag eñ er-maez.

Hag int da zic’harzhañ.

A-boan ma oa aet Lom d’ar park, ma lavaras Soazig, ar c’hoar yaouankañ :

— « O ! sur, Lom n’eo ket aet da zic’harzhañ, rak gwelout a ran e falz war gorre an armel. ».

Hag ar mergl he doa ruziet he barvenn, ar pezh a sinifi n’en doa ket ar benveg labouret hardi, en devezhioù-se.

Job ha Lom a zigoras ar gloued kentañ, a gemeras an hent-karr, a lammas dreist ar c’hleuz, a heulias ar wenodenn hag a zegouezhas e Karreg-al-Louarn.

— « Salud, moereb ! »

— « O ! deuet oc’h adarre, va nized ? Mil bennozh Doue deoc’h. A-douez va c’herent, ha va mignoned, n’eus nemedoc’h hag o deus priziet dont da welout ac’hanon. »

— « A ! moereb, emezo, evel-se emañ ar bed. Hiziv hoc’h eus mignoned e-leizh ; an deiz war-lerc’h, ar mignon a ya da vleiz. »

— « Re wir, siwazh ! O ! amañ eo ken trist chom unan e-unan ! War beg an duchenn-mañ, ne glever ket trouz ar bed. An avel o yudal er gwez, ha, d’an noz, ur gaouenn o youc’hal en ur penngos derv bennak, ha me war va gwele, bemdez ha bemnoz oc’h hirvoudiñ. A ! ne vin ket kozh ken e Karreg-al-Louarn ; a-raok nemeur amañ e teuio va zro da vont gant an Ankoù. » —

— « O ! moereb… »

— « Re wir ! re wir ! va nized. Petra ’ rin-me, bremañ, e Karreg-al-Louarn, me ur paour kaezh intañvez, klañv, kozh, va-unan, va-unan ! »

Ha Mari a ouele.

— « Moereb », eme Job, « mar santit droug en un tu bennak, Lom a yelo war-eeun da Gastellin da glask ar medisin, ha me a chomo amañ, ken kas ho pefe ezhomm eus un dra bennak. »

Job a glaske an tu da lakaat e fri en armel ; ha ma he dije lavaret e voereb dezhañ : « O ! Job, c’hwi a zo ur paotr mat, gwelloc’h eget na grede din… Ya, it da glask ar medisin, hag a-raok mont, kemerit arc’hant eus ar valetennig aze, en armel… », Job a vije bet en e vutun. Job en doa c’hoant bras da c’houzout e pe seurt korn eus an armel edo an arc’hant.

Mes ar voereb a respontas :

— Ar vedisined, Job, n’int mat nemet da gas ar gristenion d’ar vered a-raok m’eo deuet an eur merket dezho gant an Aotrou Doue. »




SEIZHVET PENNAD
Teñzor burzhudus Beg-ar-C’hraneg


Un istor n’eo ket brav, ma n’eus ket ennañ un teñzor kuzhet.

Va istor-me a vo kaer neuze, rak un teñzor a zo ennañ, a zo prizius, souezhus, burzhudus.

Burzhudus ? Gwiroc’h e vefe lavarout : burzhudusañ teñzor bet gwelet morse gant lagad mab-den.

Beg-ar-C’hraneg a zo un dorgenn uhel, uhel evel ur menez, war vevenn parrez Lotei, gant parrez Sant-Kouli en un tu, hag hini Gastellin en tu all. Gwelout a reer diwar ar gorre ur vro eus ar re gaerañ a vez kavet e Bro-Gernev : ar stêr Aon o treiñ hag o tistreiñ lezirek en un draonienn c’hlas, tour Sant Iduned, war an tu kleiz ; war an tu dehou tour bras hag hini bihan Pleiben ; dirak, du-hont, pell, tuchenn Sant Mikael, ar menez uhelañ e Breizh ; ha, tro-war-dro, douaroù pinvidik evit brasañ plijadur ar gouerion.

War gorre Beg-ar-C’hraneg, ez eus bet gwechall ur c’hastell meur hag e oa o chom ennañ priñsed c’halloudek ; ar c’hastell a zo bet dismantret en amzer gozh, hag, ennañ, eo chomet kuzhet an teñzor burzhudus a lavaren deoc’h.

Teñzor Beg-ar-C’hraneg, evit displegañ ar wirionez penn-da-benn, n’eo bet gwelet gant den, mes an holl a oar, e Lotei, ez eus eno, kuzhet e kalon an douar, arc’hant gwenn hag aour melen e-leizh, peadra da « zic’hleañ » Bro-Chall e-keñver Bro-Saoz hag an Amerik. Ur puñs kuzhet a zo war an dorgenn ; ledan eo ha don, ha graet en e bezh gant mein-benerezh. Pelec’h emañ genoù ar puñs, ha pet troatad douar a zo warnañ ? An dra-se a zo un afer all. Ar pezh a zo sur eo emañ e-kreiz an dorgenn hag ez a don, don, betek ar stêr vras a red en draonienn, ker reizh ha ker sioul. Peogwir e lavar an holl emañ eno, eno emañ sur ; n’eus netra gwiroc’h.

Un nor a oa da vont d’ar c’hastell, e tu Kastellin. Daoust da doull an nor bezañ hanterzis-mantret abaoe keid-all, ha bezañ kuzhet mat gant ar spern hag an drez, an hini a garfe furchal, a gavfe c’hoazh al liv anezhañ ; ha, me ’zo sur, a-benn disul all, ouzhpenn ur chaseour kurius a yelo di da welout.

Pe kavout a raio pe ne raio ket, an dra-mañ a zo un eil afer all, rak me a gont ar pezh a zo bet kontet din, ha netra ken.

Koulskoude, em eus bet, ouzhpenn ur wech, tro da c’houzout ar wirionez diwar-benn an nor-se, rak, da beder eur, goude ar skol, ez aen di da ziwall va buoc’h. Va buoc’h, avat, a oa ken laer, ma ne roe ket un tamm repoz din, hag, a-hend-all, liorzhoù Penn-Aod a oa enno avaloù ken mat, ken mat, ma oa ur blijadur c’hoari kontellig ganto. Ha teñzor hon tadoù kozh a veze lezet a gostez.

Klevit eta perak emañ istor an teñzor e c’hwec’hvet pennad an Ti Satanazet.

Job ha Lom en em gave gwall-nec’het, abalamour ma chome dihun ar voereb, en desped d’o holl bolontez vat da glask lakaat anezhi da gousket.

Hogen, klevet o doa un dra : al louzoù gwellañ evit degas ar c’housked da unan bennak e oa kontañ ha kontañ hep ehan ar memes tra, war ar memes ton.

Peseurt istor a gonto an daou zen ? Klask a reont. Kavet o deus. Gant un istor gwrac’h kozh e teuio ar voereb da vorediñ ha da gousket mat.

Klevit eta an daou baotr yaouank kozh o tibunañ istor an teñzor evit gallout lakaat o c’hrabanoù war an teñzor all, kuzhet, hennezh, en armel.

Job. — « E Beg-ar-C’hraneg ez eus un teñzor bras. »

Lom. — « Un teñzor ha n’eo ket bet kavet c’hoazh ».

Job. — « Ar c’hastell a zo bet dismantret. »

Lom. — « An teñzor a zo chomet kuzhet. »

Job. — « Er c’hastell e oa priñsed gwechall. »

Lom. — « Ha bremañ emaint er bed all. »

Job. — « Ur puñs a bemp kant troatad. »

Lom. — « Ur puñs a bemp mil meutad. »

Job. — « Ur puñs don ha leun a zour. »

Lom. — « Furchadeg bloaz evit kant den dilabour. »

Job. — « Moereb, c’hoant kousket hoc’h eus ? »

Ar voereb. — « N’em eus ket c’hoazh, va niz. »

Job. — « E goueled ar puñs ez eus un teñzor burzhudus. »

Lom. — « An hini a gavfe anezhañ a vefe eürus.

Job. — « Arc’hant gwenn. »

Lom. — « Aour melen. »

Job. — « Ha kalz traoù all ouzhpenn. »

Lom. — « Kousket oc’h, moereb ? »

Ar voereb. — « N’on ket c’hoazh, va niz. »

Job. — « Arc’hant lugernus. »

Lom. — « Aour skedus. »

Job. — « Un teñzor burzhudus. »

Lom. — « Brasoc’h eget hini Kresus. »

Job. — « Ur bern aour melen. »

Lom. — « Muioc’h eget ne welo morse mab-den. »

Job. — « Moereb, prest oc’h da gousket ? »

Ar voereb. — « N’on ket. »

Lom. — « Kouskit ! kouskit ! »

Ar voereb. — « Kendalc’hit ! »

Job. — « Gant an istor ? »

Ar voereb. — « Istor an teñzor. »

Job ha Lom a chomas berr. Ne ouient ket hiroc’h eus istor an teñzor. Klask a rejont un dra bennak da lavarout : emichañs e teuio ar voereb da gousket.

Job. — « Un teñzor da zegas avi d’ar roue. »

Lom a chomas berr adarre.

Ar voereb a c’houlennas :

…« Ha goude ? »

Job. — « Un teñzor ha n’en deus ket e bar. »

Lom. — « War an douar. »

Job. — « Ha n’eus ket par dezhañ. »

Lom. — « War an douar-mañ. »

Job. — « Ret e vefe dic’harzhañ. »

Lom. — « Ret e vefe toullañ. »

Job. — « Ha ma vefe kavet… »

Lom. — « Lotei a vefe brudet. »

Job. — « Moereb, kousket oc’h pelloc’h ? »

Ar voereb. — « N’on ket, a lavaran deoc’h. »

Job ha Lom a oa gwall nec’het : ar voereb ne gouske ket.

— « Ha goude ? » eme ar voereb.

— « Goude ? Goude ? eme Job, goude n’eus netra ebet ken. Fin ’zo d’an istor ; echu tout. Goude emañ Satanaz e goueled ar puñs, Satanaz gant e gerniel, gant e forc’h hag e zaoulagad ruz. »

Job ha Lom a oa droug enno. N’o doa graet nemet koll amzer hag uzañ teod. Sevel a rejont evit mont d’ar gêr.

Mes n’o doa ket kollet kouraj. Dre ma raent hent, e komzent etrezo goustadik. Me a zisplego deoc’h diwezhatoc’h ar pezh o doa lavaret.

Va lennerion ger, ne gasin ket ac’hanoc’h betek goueled ar puñs, kenkas e chomfe unan bennak etre dent an diaoul mut. Hag, a-hend-all, n’eus ket ezhomm da ziskenn er puñs evit kavout Satanaz ; prestik e vo gwelet em istor, kroc’hen, eskern, hag all…




EIZHVET PENNAD
Al loar he sklerijenn gamm


Marteze, va lennerion ger, hoc’h eus tremenet meur a nozvezh hep kousket gant an droug-penn, pe an droug-kof, pe an droug-divskouarn a oa o stourm ouzhoc’h. Mes, me ’zo sur, morse en ho puhez, n’hoc’h eus tremenet un nozvezh ker spontus hag an hini a dremenas Mari Karreg-al-Louarn d’al lun warlerc’h pardon Landremel. An droug-penn, an droug-kof, an droug-divskouarn hag an holl zrougoù all n’int netra e-keñver sklerijenn gamm al loar o parañ e-barzh an ti.

Na c’hoarzhit ket !

Ar voereb Mari, goude bezañ savet ur pennadig-amzer evit debriñ un disterig d’he c’hoan, a oa aet en-dro d’he gwele. C’hoant kousket he doa ha ne oa ket evit serriñ he daoulagad. Ankeniet e oa he c’halon. Perak ? Ne ouie ket hec’h-unan. A-wechoù e krede edo an Ankoù o rodal en-dro d’an ti. Selaou a rae. Trouz a oa er-maez, er porzh, e-tal an ti, el liorzh. Selaou a rae c’hoazh ; trouz ebet mui.

Eurioù a dremenas.

Hir e kave an noz. Ar remm a groge enni muioc’h-mui. Mont a rae skuizh war gement tu ; kerkent troet war an tu kleiz he doa c’hoant d’en em lakaat war an tu dehou.

An horolaj a skoas unnek taol. Unnek eur ! Bremaik e sono hanternoz !

Ar voereb a glevas adarre trouz er porzh.

« Tud a zo aze, sur », emezi.

Mes soñjal a rae diouzhtu e oa faziet. Piv eta a vije deuet di, d’ar mare-se eus an noz ? Den ebet. Pe, ma oa deuet unan bennak da welout anezhi ken diwezhat-se, en dije skoet war an nor, ha goulennet digor.

Mari a en em lakaas war he c’hostez kleiz, troet ouzh ar voger. Pouezañ a reas war ar pennwele, kement ha ma c’hellas, evit pladañ he skouarn, ha, war he skouarn all, e sachas ar c’holc’hed, gant aon da glevout trouz. Rak gant an trouz a gleve ha na gleve ket, e oa deuet Mari da gemer aon ha da grenañ.

Nann, ne oa kristen ebet, d’ar mare, o c’hoari en-dro d’an ti, nemet marteze Anaon Herri a oa deuet d’ober pinijenn el lec’hioù m’en doa bevet. Ha pa soñjas en ene he gwaz, Mari a zeuas da vezañ spontet-naet.

Serriñ a reas warni dorioù ar gwele.

An horolaj a skoas un taol all. Mari a ziskoachas trumm he fenn a-zindan al liñserioù. Ne ouie ket pe an eur pe an diaoul en doa graet trouz en ti. Selaou a reas. Sellout a reas a-dreuz gwerzhidoù an nor. Ne glevas netra, mes gwelout a reas ar prenestr, prenestr he zi, sklerijennet holl evel ma vije bet al loar o parañ warnañ. Ar sklerijenn a oa gwenn, evel ar sklerijenn a dle teurel Anaon ar Gristenion p’o deus bet aotre digant an Aotrou Doue d’en em ziskouez d’an dud evit reiñ kentel dezho.

Mari a chomas alvaonet, souezhet-marv.

— « Penaos », emezi, « emañ al loar o parañ war ar prenestr ? Ar prenestr a zo troet ouzh tu an hanternoz, ha sklerijenn al loar ne c’hell, e mod ebet, tizhout anezhañ. »

Koulskoude e oa, hep douetañs ebet, sklerijenn wenn al loar, peogwir ne oa goulou ebet er-maez d’an eur diwezhat-se, tost ma oa da hanternoz.

— « Nann ! n’eo ket al loar an hini eo », a soñjas adarre ar voereb, « pe e vefe henozh ul loar he sklerijenn gamm. N’eo ket, kennebeut, skleur un tangwall, difiñv ma ’z eo ar sklerijenn war ar prenestr. Petra ’ sinifi kement-mañ ? »

Mari a zibikouzas he daoulagad kenkas e vije bet c’hoazh oc’h huñvreal.

N’edo ket oc’h huñvreal, ha dihun mat e oa, rak pa voe dibikouzet ganti he daoulagad, e welas ar sklerijenn souezhus o parañ war ar prenestr, ker gwenn, ken difiñv, ha ker spontus hag a-raok.

Mes ar voereb n’he doa ket taolet kont en un dra : ar sklerijenn, eus ar prenestr, a bare war boltred Herri. — Doue a bardono ! — en e stern bras, a-zioc’h mantell ar siminal. Ar poltred sklerijennet gwenn, a oa heñvel ouzh ur weledigezh e-barzh an ti teñval.

Mari a laoskas ur c’hri, hag a stardas al liñserioù en-dro dezhi. Stouiñ a reas he fenn, hep krediñ sellout.

Goude un abadenn, e savas he fenn, hag e sellas adarre.

Ar sklerijenn a fiñve, a dostae, goustadik.

Ya ! fiñval a rae ar sklerijenn war vantell ar siminal, ha tostaat a rae didrouz ouzh tal ar gwele.

Mari a guzhas he fenn dindan al liñser, spontet.

Ne sellas mui.

Ne selaouas mui.

En he fenn, e klaske gouzout petra sinifie ar sklerijenn-se o parañ, difiñv, da gentañ, war boltred Herri, hag o tostaat goude ouzh ar gwele, o tostaat outi emichañs.

Ne gomprene ket. Ne c’helle ket kompren.

An Ankoù ? An Anaon ? Sklerijenn gamm al loar ?

Allas !

Karet he dije gouzout e vije bet pe an Ankoù pe an Anaon, pe al loar en ur feson bennak.

Ya ! karet he dije gouzout, gouzout, mes ne ouie netra ebet, netra ; hag ar soñjezonoù spontusañ, terruplañ, strafuilhusañ a rede, a gorolle, a zaoulamme en he spered pennfollet.

C’hoant he doa sevel al liñser ha sellout, ha gouzout betek pelec’h e oa deut ar sklerijenn ; mes ne grede ket sevel al liñser ur meutad nag un hanter meutad, nag un dekved eus ur meutad. Er c’hontrol, en em souchañ a rae, start ha start. Aer a vanke dezhi, ur c’hwezenn gaer a oa warni, termal a rae. Edo o vont da vankout.

Ne oa ket evit chom ken dindan al liñser. Diskoachañ a reas he fenn.

Petra ’welas ?

Ar sklerijenn o tostaat, hag o parañ er gwele, a-dreuz gwerzhidoù an dorioù serret.

Pa baras ar sklerijenn e diabarzh ar gwele-kloz, a-dreuz gwerzhidoù an dorioù serret, neuze e chomas a-sav, hep fiñval an disterañ.

An hini en dije gwelet Mari d’ar mare-se en dije kredet moarvat e oa kollet ganti he holl skiant vat, kollet he zamm buhez. Ker gwenn e oa hag al liñser ma oa kuzhet dindani, ha dianaoudek eus an holl draoù a oa en-dro dezhi.

Ar sklerijenn a baras un abadennig c’hoazh e-barzh ar gwele, ha goude, e varvas krenn.

An ti a zeuas da vezañ adarre teñval evel a-raok. Ha didrouz e vije bet, panevet e kleved ennañ ar voereb o klemm, an derzhienn-vras warni.

An horolaj a rae tik-tak tik-tak, ingal, ingal. An ti a oa deuet da vezañ adarre ker reizh hag hini ar gristenion all.

Er-maez ne oa trouz den ebet, nag er porzh, nag el liorzh, nag e-tal an ti.

Mari a oa deuet dezhi he santimant en-dro. Sec’hañ a reas he zal. Sellout a reas en-dro dezhi ; ankeniet e oa. Ne welas netra. Neuze e kredas dezhi he doa huñvreet.

Ha, ma kleve un trouz bennak, e oa klemmoù hir an avel e gwez avaloù al liorzh, hag ar gaouenn gant he galvadennoù melkonius e koadoù Troboa.

Trist, trist e oa Karreg-al-Louarn, d’an eur-se, kredit ac’hanon, ha, ma kouske ar gristenion eürus ha dianken e Troboa, e Kervetouz, e Lanurgad, e Penn-Aod hag er c’hêriadennoù pellañ, ar voereb Vari a oa trist ar jeu ganti, rak klevet he doa trouz e-toull an nor, pa sonas an horolaj daouzek taol an hanternoz.




NAVED PENNAD
Litanioù an diaoul


Kerkent ha ma voe sonet an daouzek taol eus hanternoz, ar voereb a glevas adarre trouz er-maez. Tud a gomze etrezo. Tud ? Nann, diaouled e oant, kentoc’h. Hag, an eil goude egile, e savent o mouezh hag e krozent hag e yudent. Unan a lavaras, evel ul loen bennak o vlejal :

— « Mari ! Mari ! Mari !… »

Klevit bremañ litanioù an diaoul !

An diaoul kentañ. — « Mari Karreg-al-Louarn, deuet omp da rentañ ur gweled deoc’h. »

An eil diaoul. — « Mari Karreg-al-Louarn, deuet omp da rentañ ur gweled deoc’h. »

An diaoul kentañ. — « Ur gweled gortozet ganeomp abaoe keid-all ! »

An eil diaoul. — « Mari Karreg-al-Louarn, klañv oc’h ha gwall-glañv. An Ankoù en deus skoet dec’h war dor vras an Ifern hag en deus lavaret deomp : E parrez Lotei, war gorre an dorgenn, tost da hent Kastellin, er gêrig anvet Karreg-al-Louarn, ur voereb gozh a zo prest da vervel. Deoc’h e vo, ma karit. Hec’h ene a zo ken du ha ker pounner hag ar seizh pec’hed kapital asambles. »

An diaoul kentañ. — « Mari Karreg-al-Louarn, n’hoc’h eus ket tremenet war an douar ur vuhez direbech. »

An eil diaoul. — « Ho puhez a zo leun a rebechoù. »

An diaoul kentañ. — « Hoc’h ene a zo du evel huzil ar siminal. »

An eil diaoul. — « Hoc’h ael mat a zo tec’het diouzhoc’h. »

An diaoul kentañ. — « An Ankoù a zo e-barzh ho ti. »

An eil diaoul. — « E-tal ho kwele emañ o c’hortoz an eur merket dezhañ gant an Aot… »

Neuze an diaoul kentañ a lavaras d’e gamarad :

— « Azen ac’hanoc’h, arabat lavarout Aotrou Doue amañ ! An diaouled gwirion n’int ket evit lavarout an anv santel-se. »

— « Gwir eo, » eme an hini all ; « me a daolo evezh ; kendalc’homp ! »

Kenderc’hel a rejont. Ar voereb, gwall-spontet en he gwele, n’he doa ket klevet kement-se.

An diaoul kentañ. — « Ar gaouenn a hud er c’hoad ; a-raok ma ehano hudal, en do skoet an Ankoù e daol-morzhol war ho penn. »

An eil diaoul. — « Krenit en ho tizesper ! »

An diaoul kentañ. — « Ni a zo deuet amañ evit sammañ ac’hanoc’h war hor chouk, ha ne daimp ket kuit hep kas ganeomp da viken ar c’hounidegezh a zo bet prometet deomp. »

An eil diaoul. — « A ! maouez an diaoul, graet eo ganeoc’h. »

An diaoul kentañ. — « N’eus ket zoken en ho ti ur vuredad dour binniget. »

An eil diaoul. — « Abaoe pegeit amzer n’hoc’h eus ket lavaret ho pedennoù-noz ? »

An diaoul kentañ. — « Rouez eo ar pedennoù a zo merket evidoc’h er bed all. »

An eil diaoul. — « Pe pedennoù lavaret diwar beg an teod, hag ho spered o nijal war an avel noz. »

An diaoul kentañ. — « Alies, gwall alies hoc’h eus manket d’an oferenn. »

An eil diaoul. — « Ha c’hwi ken tost d’an iliz ! »

An diaoul kentañ. — « Ha c’hwi ken tost d’an hent bras ! »

An eil diaoul. — « N’oc’h ket bet ur wreg vat. »

An diaoul kentañ. — « Ur wreg fall oc’h bet. ».

An eil diaoul. — « Falloc’h ne vez ket kavet. »

An diaoul kentañ. — « Ho kwaz en deus bet da c’houzañv sec’hed ha naon. »

An eil diaoul. — « Hag ur bern poan spered. »

An diaoul kentañ. — « Ha morse plijadur ebet. »

An eil diaoul. — « Mintin mat e save evit mont da Bont-Koblant da labourat. »

An diaoul kentañ. — « Ha morse ne veze leuniet dezhañ e bod. »

An eil diaoul. — « Pe, pa veze leun ar pod, e veze goular ar soubenn. »

An diaoul kentañ. — « Pe ur bern holen enni gant aon aozañ dezhañ ur wech bennak ur banne soubenn vat. »

An eil diaoul. — « Toull e veze lezet e valetenn, ha toull e c’hodelloù gant aon en dije kemeret ur gwenneg eus an armel. »

An diaoul kentañ. — « Ha pa golle un dra bennak dre doulloù ar godelloù, e veze sarmon er gêr, betek hanternoz, e-pad teir sizhun. »

An eil diaoul. — « Koulskoude. Herri a oa ker pizh ! pa eve ur banne odivi, e veze atav dre ezhomm, ha, morse, dre avi. Bep sadorn, e roe deoc’h e baeamant, hep derc’hel ar gwenneg evitañ e-unan. Pa gave en e voued un tamm bara re galet, e tegase anezhañ en-dro da Garreg-al-Louarn, rak ma oa re galet evit e c’henou dizant, e veze blot ha saourus evit beg lemm ar yar gozh. »

An diaoul kentañ. — « Ho kwaz en deus dioueret odivi ha butun karot. »

An diaoul kentañ. — « Ha c’hwi a gafete bemdez hoc’h-unan en ho ti. »

An eil diaoul. — « Ha c’hwi a zispigne, gant ur bern butun da lakaat en ho fri. »

An diaoul kentañ. — « Ha c’hwi a zoug brozh voulouzet. »

An eil diaoul. — « Ha dantelez war ho prozh a zindan. »

An diaoul kentañ. — « Hag ur re votoù ler gwerniset hoc’h eus war gorre an armel. »

An eil diaoul. — « Herri ne veze aotreet ganeoc’h da lakaat plouz en e voutoù nemet ur wech er miz. »

An eil diaoul. — « Ha c’hoazh ne lakae nemet div pe deir blouzenn hanter. »

An diaoul kentañ. — « C’hwi a rae dezhañ chom er gêr d’ar sul, gant aon en dije uzet tachoù e votoù. »

An eil diaoul. — « Ha, c’hoazh, e votoù sul ne oant ket div barez ; evit an troad kleiz e oant bet graet o div. »

An diaoul kentañ. — « Ne oa ket evit bale gant an div votez-se ; ha c’hwi a c’hoarzhe pa veze lavaret dezhañ : Herri kamm. »

An eil diaoul. — « Koulskoude ho poa prometet dirak an Aot… »

— « Boulc’hurun !… eme an diaoul kentañ, arabat lavarout amañ anv an Aotrou Doue. »

— « Disoñjet am boa, eme an hini all. Me a daolo evezh ; kendalc’homp ! »

Kenderc’hel a rejont. Ar voereb n’he doa klevet netra, evel just, rak a vouezh izel, o doa komzet etrezo.

An diaoul kentañ. — « Herri en deus gouzañvet ur verzherinti war an douar. »

An eil diaoul. — « Ur verzherinti en e gorf, ur verzherinti en e spered. »

O daou asambles. — « C’hwi a zo kaoz mar deo aet Herri d’en em veuziñ. »

An diaoul kentañ. — « Herri, avat, a c’hortoz ac’hanoc’h er bed all. N’hoc’h eus ket pell da vont ken. »

An eil diaoul. — « Ar gaouenn a zo tostaet. »

An diaoul kentañ. — « Tostaat a ra buan ; pa vo deuet el liorzh, neuze e vo sonet evidoc’h an eur diwezhañ. »

Ar voereb Mari ne lavare grik ebet. Astennet e oa war he gwele, hanter vev, hanter varv.




DEKVET PENNAD
Ar c’hazh gouez


An diaouled a dostaas ouzh ar prenestr. An diaoul kentañ a lavaras d’an diaoul all :

— « Lom, gwelout a rit un dra bennak ? »

— « Ne welan ket, Job ; an ti a zo du-pod an diabarzh anezhañ. »

— « Selaouit, Lom ! »

Lom a lakaas e skouarn ouzh gwerenn ar prenestr da selaou.

Rak Lom, da gentañ, en doa ur skouarn skiltroc’h eget Job, ha, goude, ne oa ket a blas da benn daou zen er prenestr.

— Klevout a rit un trouz bennak en diabarzh, Lom ?

— « Ne ran ket, Job ! »

— « Marteze eta eo marv ar voereb ? »

— « Chut ! Chut ! goustadik, klevout a ran un disterik trouz. »

— « A ! »

— « Trouz ur votez war vein al leur-di. »

— « O ! neuze n’eo ket gwall-glañv ar voereb. Gwelout a rit anezhi ? »

— « Pa lavaran deoc’h ne welan berad ebet. Mes klevout a ran trouz adarre. »

— « Peseurt trouz ? »

— « Trouz ur votez toull ! »

— « Trouz ur votez toull ! »

— « O ! tanfoeltr, marteze e vefe furoc’h troc’hañ kuit. »

— « Nann, nann ! n’eus ket ezhomm da vont kuit ker buan ; ar voereb a zo en he gwele, klevout a ran anezhi o roc’hal. »

— « O ! neuze n’eo ket marv ! »

— « Nann, sur, ma ’z eus roc’h e toull he gouzoug, n’eo ket marv c’hoazh. Mes, peoc’h ! ni a ra re a drouz… »

— « Ha petra a ra trouz en diabarzh ? »

— « ’M eus aon, ar c’hazh o logota an hini eo. »

Ha gwir e oa ; hep tamm, abaoe meur a zevezh ha meur a nozvezh, ar c’hazh penn du a dabac’he ar muiañ ma c’helle, dindan an daol, o klask un tañva eus ul logodennig bennak. Al logod, avat, dre ma oa treut an traoù en ti a oa tec’het war-du ul lec’h all. Toullet o doa a-raok mont kuit, foñs an armel ha foñs an daol, ha goude, moarvat, lemm o dent ha digor bras o c’halon, o doa kemeret hent Kervetouz.

Ar c’hazh penn du eta a glaske, a glaske hag a ruilhe botez war votez, ha ne leunie e gof nemet gant c’hwez al logod tremenet eno an devezhioù a-raok, p’edont o vont da glask ur vro all.

Perak e oa chomet ar c’hazh en ti, pa ne oa ennañ liv zoken eus an disterañ boued ? O c’hortoz e vije pare ar vestrez ? Pe marteze, n’en doa ket komprenet e oa boued e lec’h all, evel ma oa e Karreg-al-Louarn, en amzer ma oa yac’h tud an ti, kig e-leizh an daol ha logod o virviñ ? Koulskoude, e krede din e oa ar c’hizhier loened fin, mes e pep gouenn e vez kavet, emichañs, loened sotoc’h eget ar re all, hag, e feson, hemañ a oa unan anezho.

— « Klevout a rit c’hoazh, Lom ? »

— « Ya ! ar c’hazh o logota. »

— « A ! peoc’h deomp gant ar c’hazh, ’benn ar fin. Daoust hag e welit kement ha ma klevit ? »

— « Ne welan netra. »

— « Mat, en em dennit neuze, alese, ma welin un dra bennak, rak me a wel un hanter gwelloc’h egedoc’h. »

Lom a dennas e benn eus toull ar prenestr, ha Job en em lakaas en e blas.

— « Ne ve ket un dra vat, lakaat al loar da barañ c’hoazh en ti ? Gant sklerijenn gamm al loar, e welimp un dra bennak. »

— « Nann, al loar a zo izel, ha peoc’h ! »

Penaos o doa gallet an daou viltañs kammañ bremaik sklerijenn al loar ? An dra-se a zo ur sekred ha n’eo bet gouezet morse gant den.

— « Gwelout a rit un dra bennak, Job ? »

Job ne responte ket. Ne selle mui, mes selaou a rae gant e ziv skouarn ha gant peder en dije selaouet mar en dije bet.

Kuitaat a reas ar prenestr, mont a reas da doull an nor.

— « Lom, emezañ, stankit buan toull ar c’hazh. »

— « Gant petra ? »

— « Gant ho taouarn ! Gant petra ken ? »

Lom a reas evel ma oa lavaret dezhañ.

— « Perak, emezañ, stankañ toull ar c’hazh ? »

— « Evit stankañ an toull d’ar c’hazh. »

Ne oa ket peurechuet gantañ e gomzoù, ma yudas gant ivinoù al loen o vont don en e zaouarn.

N’ouzon ket penaos e c’hoarvezas goude, rak, pa vez krabiñset unan bennak gant ivinoù ur c’hazh, ne zale ket da wintañ anezhañ dioutañ ar pellañ ma c’hell. Lom ne wintas ket ar c’hazh ; er c’hontrol, gwaskañ a reas war ivinoù al loen, war genoù al loen, war gof al loen, war benn a-raok ha penn a-dreñv al loen, ken na reas ar paour kaezh beg etre e zaouarn. Mes ar c’hazh — an targazh, peogwir e oa un targazh — ne oa ket marv ; pell ac’hano, ha kerkent ha ma c’hellas kaout un tammig anal e krogas d’ober : miaou ! miaou ! ma oa un druez selaou anezhañ. Klevet e voe e vouezh e Troboa, e Toull-ar-Vouezh, er Genkiz, e Toull-ar-Broc’h, ha Penn-Aod. Ar gristenion a voe dihunet en o gwele gant e glemmoù mantrus, hag an eil a c’houlennas digant egile :

— « Hag a nevez, e Karreg-al-Louarn ? »

— « Ur c’hazh o vervel an hini eo ? »

— « Pe un den ? »

— « Pe an Ankoù ? »

— « Pe Satanaz ? »

— « Ya ! marteze, Karreg-al-Louarn a zo satanazet. »

Hag ar gristenion a souche o fenn dindan al liñserioù hag a blante don ur biz en o divskouarn, evit mougañ ar c’hlemmoù truezus.

Job ha Lom a gendalc’he da waskañ war benn kil ha treid al loenig. Hag hemañ a c’harme muioc’h-mui, pa ne c’helle ket ober a-hend-all. Job en doa taolet e chupenn en-dro dezhañ, ha souchet start dezhañ e ivinoù binimus.

Miliner Penn-an-Aod a voe ker spontet ouzh e glevout ma tegouezhas dezhañ kouezhañ frank e-barzh al lenn, en ur vont diwezhat eus e vilin d’e di.

O ! na c’hoarzhit ket, rak, an noz-se, den ne c’hoarzhas er c’hêriadennoù tro-dro. Efreizus e oa, evel ma vije bet fin ar bed, er c’horn-se eus parrez Lotei.

Un eur hanter e padas ar cholori. Un eur hanter ; soñjit ! Peadra da lakaat ar voereb kozh da vervel en he gwele, kant gwech ha mil gwech.

Goude un eur hanter reuz ha tabac’h, an targazh a ehanas miaoual, rak deuet e oa a-benn da doullañ chupenn Job, ha, kredit ac’hanon ! ne oa ket chomet da zastum ar blev en doa kollet. Ober a reas ul lamm ar pellañ ma c’hellas, ha, gant ul lamm all, setu eñ er wezenn.

Al loar a oa izel hag an daou zen a oa deuet ar c’hoant kousket dezho. Job a lavaras da Lom :

— « A-walc’h a reuz evit un nozvezh. Ni a gendalc’ho. »

— « Ni a gendalc’ho », a respontas Lom ; « gant teir pe beder nozvezh c’hoazh, evel-se, ar voereb a yelo buan d’ar vered. »

Al loar a oa o vont da guzhat a-dreñv Menez Troboa. Karreg-al-Louarn a oa deuet da vezañ adarre ker sioul hag a-raok.

Uhel, uhel war beg ur wezenn, an targazh a selle ouzh al loar gant e zaoulagad spontet. Aet e oa gouez.




UNNEKVET PENNAD
An daou gilhog-raden


D’ar meurzh-vintin, — rak n’eus nemet daou zevezh abaoe m’eo komañset an istor-mañ, — Job a savas abred. Debriñ a reas e soubenn a-loaiadoù bras evit mont er-maez ar buanañ ar gwellañ. Edo o sevel diouzh taol evit mont kuit pa lavaras e vamm dezhañ :

— « Da belec’h emaout o vont, Job ? »

— « Da genderc’hel gant an dic’harzh am eus boulc’het dec’h », a respontas eñ.

Kerkent, avat, Job a daolas ur sell war gorre an armel, hag e welas warni e falz ; ar falz villiget, disoñjet gantañ an deiz a-raok. Lugerniñ a rae barvenn ar falz nevez goulazhet, ha Job a soñje :

— « Gant ma n’eo bet gwelet gant den ! »

Allas !

Mamm Job a yeas war-eeun d’an armel, a bignas war ur gador hag a bakas ar falz.

— « Job », emezi, « an dic’harzh n’eo ket, sur, boulc’het start, rak ho falz a oa chomet war gorre an armel. It eta d’ar waremm hiziv ha boulc’hit an dic’harzh evit mat ! Ha, dreist-holl, na lavarit ket gevier d’ho mamm, rak ar mammoù a zo finoc’h c’hoazh eget o bugale, hag, abred pe ziwezhat e teuont atav da c’houzout ar wirionez ! »

Job a stouas e benn, mezhus.

— « Ha n’it ket da sistra ! » a lavaras dezhañ e vamm.

Lavarout a reas dezhañ c’hoazh p’edo Job o vont er-maez gant e falz war e vrec’h :

— « Job, un dra am eus da c’houlenn diganeoc’h, a-raok mont d’ho labour : daoust ha n’hoc’h eus ket klevet un trouz spontus en noz-mañ, war-du Kervetouz, ha, pelloc’h marteze, e Karreg-al-Louarn ? »

— « Nann ’vat, mamm, n’em eus klevet seurt ebet. »

— « Soñjal a-walc’h a raen n’ho poa klevet mann ebet, rak kaer am boa hopal : Job ! Job ! den ne responte. »

— « Ker spontus-se e oa an trouz ? »

— « Spontusoc’h eget ne lavaran deoc’h. Pignet e oan d’ho kambr. »

— « Ha bet oc’h e-barzh ?

— « N’on ket, peogwir n’hoc’h eus ket respontet ac’hanon. »

— « Gwir eo, me a gousk ker mat, er mareoù-mañ ! Ne vefen ket dihunet gant ar bed-holl o tisac’hañ warnon. »

— Gwell a se ! va mab, gwell a se ! d’hoc’h oad, ne raen eveldoc’h nemet ur c’housk, e-pad an noz. »

Job a yeas da labourat. Ne oa ket gwall domm an amzer ; Job, avat, e tivere ur c’hwezenn gaer ouzh e dal, hag ar c’housked a chome e korn e lagad.

E ti Lom, avat, ne oa ket heñvel an traoù.

— « Lom, dihunet oc’h ?

Lom ne responte ket.

— « Lom, dihunañ a rit ? »

Lom ne responte ket muioc’h.

— « Lom, dihunañ a rit, pelloc’h ? »

— « Heu ? »

— « N’eo ket heu eo, nemet dek eur hanter. Ur vezh eo d’ur paotr yaouank chom ken diwezhat en e wele. Bremaik e teuio ar re all d’o lein ; ha c’hwi n’emañ ket en ho soñj sevel ? »

— « Eo. »

— « Eo ? Savit ’ta, neuze. Aes a-walc’h eo gouzout ne gavot morse da fortuniañ. Biskoazh ur c’housker n’eo bet ul labourer. »

Lom a reas un abadenn grozal :

— « Amañ », emezañ, « ne c’hell ket unan diskuizhañ e begement ; bremaik e vezo ret labourat bemdez ha bemnoz evit plijadur ar merc’hed ! »

— « Labourat bemnoz ? a lavaran-me », a respontas dezhañ, krenn ha kras, e c’hoar goshañ. « Pelec’h oc’h bet en noz-mañ ? »

— « Em gwele, evel ar re all, emichañs. »

— « Allo ! allo ! a-walc’h a c’hevier ! En noz-mañ me a zo bet en ho kambr ha ne oa den ebet e-barzh ar gwele. »

— « Da bet eur ? »

— « Da nav eur, da zek eur, da unnek eur ha da hanternoz. »

— « Sur ne oa den ebet e-barzh d’an eur-se, peogwir on deut da gousket da hanternoz hanter. »

— « Da hanternoz hanter ! a laran-me. D’un eur on bet o welout, ha da ziv eur ivez, ha c’hwi a oa pell d’ar mare-se. »

— « Ho ! pell ne oan ket peogwir edon e Kervetouz. »

— « O c’hoari kartoù ? »

— « O c’hoari kartoù, ha c’hoazh em eus gounezet ur skoed hag ur gwenneg. »

— « Ha kollet evit daou skoed yec’hed ! Job a oa ivez ganeoc’h ? »

— « Job a oa ganin, ha gounezet en deus ivez eizh pe nav real. »

— « N’on ket nec’het gant ho koll pe ho kounidigezh. Lavarit din ’ta : daoust ha klevet hoc’h eus un trouz bennak e Kervetouz, en noz-mañ ?

— « Ya, un trouz spontus. »

— « Petra ’sinifi an trouz-se ? »

— « Feiz ! n’ouzon ket ; biskoazh em buhez n’em eus klevet ur seurt trouz. Me ’bari eo labous an Ankoù ! e-biou da Gervetouz eo tremenet, hag ac’hano en deus nijet war-du Karreg-al-Louarn. Ma n’eo ket aet da gerc’hat ar voereb kozh ? »

— « E c’hallfe bezañ, Lom. »

Ha c’hoar Lom a chomas ur pennad da soñjal e labous an Ankoù.

Lom a lezas anezhi gant he soñjezonoù hag a gemeras hent ar waremm, hep lavarout da belec’h edo o vont.

En e waremm, gourvezet er foz dindan ar raden hir, Job a c’hortoze, gant e falz nevez c’houlazhet en e gichen. An hent a oa tost. Selaou a rae.

— « Pelec’h eo chomet al Lom-se ? » emezañ dezhañ e-unan. « Me ’zo sur emañ er gêr o lavarout d’e c’hoarezed ar c’hontrol eus ar pezh am eus anzavet. »

Gortoz a reas ur pennadig mat. Unnek eur a oa gant an heol, un den a oa o vale en hent ; Job a savas e benn. An den a doc’hellas. Job a hopas :

— « Lom ! »

— « Oc’ho ! » a voe respontet dezhañ.

Lom a lammas dreist ar c’hleuz hag a gemeras plas e-kichen Job, dindan ar raden hir.

— « Dreist-holl », eme Job, « n’ac’h eus ket lavaret er gêr omp bet en noz-mañ o c’haloupat ar c’harter ? »

— « Lavaret em eus omp bet o c’hoari kartoù e Kervetouz. »

— « Betek pet eur ? »

— « Betek teir eur hanter. »

— « Ganin-me ? »

— « Ganeoc’h ! »

— « Ha me am eus touet on bet kousket e-pad an noz ! »

— « Ha me am eus lavaret em eus klevet trouz, un trouz spontus : labous an Ankoù o c’hoari an dro da Garreg-al-Louarn. »

— « Ha me n’em eus klevet seurt ebet. »

— « C’hoarezed », eme Lom, « n’eo ket brav d’ur breur displantañ gevier dezho. »

— « Padal ur vamm », eme Job, « a gred gwall alies gaou bras ha gaou bihan he mab. »

N’eus forzh, dianken e oant.




DAOUZEKVET PENNAD
An Anken e kalon ar baotred


Pelloc’h, e kouezhas an anken e kalon ar baotred, gourvezet er foz, dindan ar raden hir.

Lom a c’houlenne digant Job :

— « Ha krediñ a ra deoc’h, Job, e teuimp a-benn eus hon taol ? »

— « Ha ma kred din ? Ha ma kred din ! Sur e kredan hag e kredan start ! ha, c’hwi, ne gredit ket mui ? »

— « Eo, krediñ a ran, mes… »

— « Mes petra ? Gant ar mes, an arabat hag ar panevet, ne rafe ket unan tro ar bed, hag hini ebet ac’hanomp ne c’hounezo an teñzor. »

— « An teñzor, an teñzor ! »

— « O ! Lom penn peul, bremañ ne gredit mui en teñzor ?… »

— « Eo, e teñzor Kastell ar C’hraneg. »

— « Hag e hini ar voereb ? »

— « Nebeutoc’h, evel just, peogwir eo diwallet mat. »

— « Koulskoude hemañ a vo deomp hag hennezh all ne vo ket. »

— « Hemañ a vo deomp ! Hum ! Aze emañ an dalc’h. »

— « A ! Lom, c’hwi hoc’h eus huñvreet henozh e teñzorioù, e palezioù leun a aour, a berlez hag a vein prizius, hag, er mintin-mañ, en ur zihunañ hoc’h eus kavet blaz gwall-c’hwerv gant aer Lanurgad. Me n’on ket ker figus, hag e kavan, hiziv, blaz mat gant aer ar menez. Rak, me a lavar deoc’h un dra ; en armel ar voereb kozh ez eus ur bern aour, ur bern aour, a lavaran deoc’h ; klevout a rit ? Ur bern aour ! »

— « Sur oc’h ? »

— « Sur on. »

— « Touit ! »

— « Touiñ a ran. »

— « Neuze, » eme Lom, « emañ an traoù gwelloc’h eget ne soñje din, mes… »

— « Mes petra ?

— « N’eo ket un dra gristen ar pezh emaomp oc’h ober ; un dra spontus eo zoken hag a vezo tamallet deomp atav gant hor c’houstiañs ; klask lazhañ hor moereb ! ! »

— « Arsa, Lom, c’hwi a zo drol hiziv, ’vat ; gouzoul a rit eo klañv hor moereb, klañv gant ar c’hleñved ha gant ar gozhni ; gouzout a rit ivez eo frailhet he c’halon gant ar glac’har abaoe m’eo bet beuzet Herri ; ha kas anezhi d’ar bed all, da lavarout eo, disammañ anezhi eus he foanioù, ne vefe ket un dra ken digristen-se. »

— « Hum ! digristen e vefe, kazi sur. »

— « Mar deo un tammig digristen, ne dalvezo ket deomp tan an ifern. »

— « O ! fidandoustik ! arabat ! arabat e vefe ! »

— « Hor moereb a zo kozh, » a gendalc’he Job, « hag evit dezhi mervel hiziv pe warc’hoazh, an dra-se a zo ingal. Me ’zo sur ez eus mall warni mont ac’han. »

— « N’ouzon ket, o ! »

— « Mat, me ’oar, Lom, ha gouzout a ran ivez ez aio ar yalc’had gant ar merc’hed, ma ne daolomp ket evezh. N’eus ket bet lavaret deoc’h ouzhpenn ur wech ! « O ! c’hwi, Lom, a zo debret ganeoc’h ho fortun, mil bell ’zo ? » Debret gant evadeg, fumadeg, ha me oar ! O ! eus an dantelezh, ne vez ket komzet, na, kennebeut, eus ar perlez ! »

— « Nann ’vat, Job, morse ne vez komzet en ti, dirazon, eus dispignoù ar merc’hed. »

— « Feiz, n’eo ket souezhus ; n’eus gvazed nemedoc’h er gêr. »

— « Gwir eo. »

— « Mat, hiviziken, ni a lezo ar merc’hed da gontañ o istorioù… ha da ziskontañ eus o fortun heritaj ar voereb kozh rak hennezh a vo deomp, kousto pe gousto. Mari n’he deus mui nemet tri pe bevar devezh da vevañ ken ha, marteze, nebeutoc’h ; an dra-se a vo hervez… gouzout a rit petra. »

— « Ha c’hwi a zo sur, Job, he deus arboellet ar voereb kalz arc’hant ? »

— « Pase sur on. An arc’hant, pe, kentoc’h, an aour a zo kuzhet e goueled an armel, dindan al liñserioù. »

— « Hag ez eus kalz anezhañ ? »

— « Ret eo bet lakaat ur planken derv nevez dindan an armel, evit herzel ouzh ar pouez. Me va-unan am eus gwelet Herri — Doue r’ e bardono ! — o stagañ ar planken-se, ha c’hoazh e oa bet gwall-nec’het, o welout ac’hanon o tont d’an ampoent e-barzh an ti. Soñjit ! kement taol a skoe evit poentennañ ar planken nevez, a lakae an aour da stirlinkat er goueled. Paket berr an tamm anezhañ, Herri a lavaras din : « Un tamm houarn kozh bennak a zo bet disoñjet e goueled an armel. » Houarn kozh, a lavaran-me ! Herri ne oa ket bet pell o lezel ar planken da stagañ hag o lavarout din : « Job, azez ma kemerimp bep a chopinad sistr ! » Ha, keit m’edomp oc’h evañ hag o kontañ, Herri a selle atav ouzh traoñ an armel hag a selaoue, aon gantañ, emichañs, klevout un draskadenn spontus bennak ha gwelout e aour o ruilhañ war al leur-di. Hein ! Lom, krediñ a rit bremañ ez eus aour en armel Mari Karreg-al-Louarn ? »

— « Bremañ eo ret din krediñ. »

— « E c’hellit krediñ start ha hardi ! Ha pa soñjan en doa c’hoant ar paour kaezh Herri reiñ din da grediñ e oa houarn kozh en e armel ! Soñjit : houarn kozh ! »

— « Ha ! ha ! ha ! »

— « Chut ! Lom, arabat c’hoarzhin kreñv ! Koulskoude, an istor a dalvez ar boan. Bremañ, eta, gant an heritaj a gavimp eno, ni a c’hello diverkañ kement tra hon eus lakaet war ar c’hoch en ostalerioù Landremel… »

— « Hag ar gerent all o welout goullo an armel ?… »

— « A yelo droug enno. N’eus forzh ! Herri a zo beuzet, ha Mari a vezo marv, ha ne vezo test ebet evit lavarout : ul laer bennak a zo tremenet dre an ti. »

— « Ni a vezo laeron, neuze ! »

— « An dra-se n’eo ket laerezh, an dra-se ’zo en em sikour. Ha ma hoc’h eus kement a geuz da zont ganin, me a gendalc’ho va-unan gant al labour, ha va-unan… »

— « O ! me a yelo ganeoc’h ha ni a lodo, hein ? »

— « Ya, hein ? Ha ! Lom baour, pec’hedoù brasoc’h eget ar re-se a vez graet bemdez. Kas a raimp da benn hon taol, ma ne da den ebet da welout ar voereb e Karreg-al-Louarn. Mari a gredo dezhi e vezo bet spontet an holl dud er c’hêriadennoù tro-war-dro, pa ne gredo hini ebet anezho tostaat. Sur e soñjo, neuze, eo satanazet an ti, ha, gant ar spont a gemero, ne bado ket daou zevezh. »

Chom a rejont dilavar ur pennad.

Stad a oa en daou abostol, m’hel lavar deoc’h.

— « Ha, dreist-holl, Lom, livirit emañ gwelloc’h ar voereb, ha ne fell ket dezhi gwelout den, na kar na par ! Rak, ma ’z a tud da welout anezhi, neuze e teuio tud da ziwall anezhi, e-pad an noz, ha kenavo an heritaj ! »

Job a savas e benn eus ar foz, a-douez ar raden hir hag a daolas ur sell er waremm. Ne zaleas ket da stouiñ e benn, rak bolodoù un tenn fuzuilh a c’hwitellas dreist ar c’hleuz, hag a nijas tost dezhañ. »

— « Manket ! » a lavaras un den.

Ur c’had a lammas er waremm hag, e tri pe bevar lamm he doa gounezet an tu all, an tan, ha neket ar plom, en he fenn a-dreñv. Pell, pell, war he lerc’h, ar c’hi a harzhe en ur waremm all.

— « Ar chase a zo digor, Job, abaoe disul ; gouzout a rit ? »

Job ha Lom a savas eus o foz dañjerus.

En hent, daou chaseour a dremenas. Unan a lavare :

— « Deomp evel ar re all, da Garreg-al-Louarn. M’emañ Paolig eno, e vezo cholori. »

Job ha Lom a chomas alvaonet. Soñjal a raent : Evel ar re all ? Marteze parrez Lotei a-bezh he doa kemeret hent Karreg-al-Louarn !




TRIZEKVET PENNAD
Ar spont a ren


Ma ne oa ket aet holl barrez Lotei da Garreg-al-Louarn, e oa aet di evelato kalz a dud eus Lotei : Yann Tarkiz, eus Toull-ar-Broc’h, Reun Nikod, eus Park-ar-Vur, Miliner, eus Toull-ar-Vouezh, Lan ar C’hariou, eus Troboa, Jakez Riou, eus Pennavern, Herveig Mazeaz, eus Kervetouz hag ur bern paotred all. Ne lavarin anv maouez ebet, rak merc’hed ar c’hêriadennoù am eus anvet a oa aet da Garreg-al-Louarn ar buanañ m’o doa gallet ; holl e oant aet di eus an hini vrasañ betek an hini vihanañ, an hini goshañ evel an hini yaouankañ, dre hent bras, dre hent-karr, dre gwenodenn ha kammboulenn, dreist kleuzioù, a-dreuz gwarimier sec’h ha parkeier priellek, holl, holl, d’ar red, eeun gant o hent ar re a c’halle mont, kamm-digamm ar re all, pep hini hervez hirder ha nerzh he divesker. Kredet en dije unan e oa aet sot an dud, e Lotei, hag o doa aon chom er gêr. Koulskoude, ne oa ket aet sot an dud e Lotei. Paotred Lotei a zo tud fin, ma ’z eus war an douar. Mes, an deiz-se, moarvat, e oant spontet-holl, hag, ouzhpenn, e oant bet piket gant mikrob ar c’hoant-gouzout. Rak, a-boan ma oa paret an heol, an deiz-se, war barrez Lotei, ma lavare an eil d’egile er c’horn-se eus ar vro, e oa satanazet ti Karreg-al-Louarn.

Hag an dra-se a oa gwir, gwiroc’h eget gwir, rak klevet e oa bet, e-pad an noz, youc’hadennoù mantrus, spontus, ha den ebet war an douar ne c’halle youc’hal en doare-se. Ur vaouez zoken he doa klevet da hanternoz, eeun-hag-eeun, ur vouezh o hopal :

— « Me eo Satanaz ! Satanaz an diaoul mut ! »

An taol-se, ne oa ket mut. Pell ac’hano !

Ur vaouez all he doa gwelet Satanaz, en e sav e beg ur wezenn ; ruz e oa penn-kil-ha-troad.

E zaoulagad a strinke luc’hed, e benn a-dreñv a zislonke moged hag e gerniel, evel tourioù tan, a oa plantet beg unan anezho e kalon al loar.

Ar merc’hed a wel ur bern traoù, m’hel lavar deoc’h ; hag, ar bravañ, ar paotred a gred anezho, ger evit ger. Chann he doa gwelet dek gwech muioc’h a draoù eget Mari, Mari kant gwech muioc’h eget Madalen, ha Madalen ’ta !… ha, sur, hini ebet anezho n’he doa klevet ur c’hard eus an tri c’hant mil dra he doa klevet Katell.

Hag e redent, hag e redent, ar baotred a-raok, hag ar merc’hed a-dreñv, evel-just.

— « Bremaik e welimp Satanaz. »

— « Bremaik e welimp un ti satanazet. »

— « Daoust petra ’zo c’hoarvezet e Karreg-al-Louarn ? »

— « Me ’bari emañ merk dorn Satanaz war an nor, evel merk un houarn ruz. »

— « Ha merkoù e dreid war al leur-di. »

— « Marteze eo devet an ti ? »

— « Mari gozh a vo aet gant Satanaz ! »

— « Brrr !… »

Hag e redent…

— « Marteze e vo satanazet ivez Troboa, Kervetouz, Penn-aod, Pennavern hag ar c’hêrioù all ! »

— « O ! emichañs n’eo ket evel ar vosenn ! »

Hag e redent !… Ha n’em eus ket Iavaret deoc’h e oa ganto bouc’hili, fustoù, morzholioù, filc’hier, ferc’hier ha binvioù a bep ment hag a bep seurt.

Degouezhet e oant betek liorzhoù Karreg-al-Louarn. Neuze e chomas ar baotred war ar plas.

— « Piv a yelo a-raok ? » Den ne astenne e fri.

Mont a rejont betek an ti, asambles, goustad.

Tok ! tok !

Den ne respontas.

Mont a rejont en diabarzh.

Ne oa merk houarn ruz ebet war an nor, na merk treid Satanaz war al leur-di ; ne oa ket devet an ti, na duet zoken ar mogerioù anezhañ. Mes ar voereb Mari ne responte ket.

Kavout a rejont anezhi en he gwele, kousket mat. Kousket mat gant ar skuizhder, emichañs.

— « Petra ’c’hoarvez ? » emezi.

— « Ha bev oc’h c’hoazh ? »

— « Ya, bev on c’hoazh. Evit lavarout deoc’h ar wirionez, n’ouzon ket penaos, rak darbet eo bet din mervel henozh gant ar reuz a zo bet. »

— « Livirit deomp, Mari, piv ha petra en deus graet ar reuz spontus-se, en noz-mañ, e Karreg-al-Louarn ? »

— « N’ouzon ket… n’ouzon ket… va zudoù kaezh !… Ma n’eo ket an diaoul e-unan ? »

Dao ! Satanaz an hini e oa ! Satanazet e oa an ti.

Mes unan eus ar baotred deredet di, Reun Nikod, eus Park-ar-Vur, bet marichal gwechall e bourk Landremel, ne gredas ket e oa Satanaz. Mousc’hoarzhin a reas. Edo o vont da lavarout un dra bennak e pleg skouarn Lan ar C’hariou, eus Penn-Aod, pa zegouezhas e-barzh an ti, Job ha Lom.

Ne oa ket bet souezhet an dud o welout Job ha Lom o tont da Garreg-al-Louarn. Perak ne vijent ket deuet, peogwir e oa deuet ar re all, ha, dreist-holl, perak e vijent chomet da labourat er waremm, pa oa o gwellañ micher feneantiñ ?

N’eo ket evit an dra-se avat, e oant deuet di. Job ha Lom, gant aon da vezañ tamallet, a felle dezho en em zisammañ dirak ar barner, kenkas e vijent bet barnet.

Mes den ne daolas kont enno. An dud a oa aketus war-dro Mari, ha netra ken.

— « Mari, peseurt trouz hoc’h eus klevet ? »

— « Daoust hag e oa mouezh un diaoul ? »

— « Daoust hag an diaoul en doa mouezh un den ? »

— « E peseurt yezh e komze an diaoul ? »

— « E latin ? »

— « E Brezhoneg ? »

— « Gwelet hoc’h eus anezhañ ? »

— « Peseurt liv en doa ? »

— « Ruz-seurt-tan ? »

— « Du evel ar moged hag ar pec’hedoù kapital ?… »

Ha Mari a responte dezho :

— « Va zudoù paour, n’on ket evit lavarout deoc’h na petra am eus gwelet na petra am eus klevet. N’ouzon nemet un dra : spontet on bet dreist-muzul. Gant un nozvezh all evel-se, e vezin lazhet sur a-walc’h. O ! spontus e oa, spontus ! spontus !… O ! n’on ket evit lavarout deoc’h pegement !… »

Neuze Job a lavaras :

— « Me ’gred din n’eo ket Satanaz an hini eo ; ene Herri, ne lavaran ket. Gouzout a rit e c’houzañv ene un den beuzet poanioù kriz er bed all, e-keit ma chom e gorf e-barzh an dour. Un ti kristen evel hini hor moereb ne c’hell ket bezañ satanazet. Ene Herri an hini eo, ha netra ken. Ar pezh hon eus d’ober eo klask e gorf ar buanañ ar gwellañ, ha sebeliañ anezhañ en un douar kristen. Neuze e vo peoc’h d’e ene. »

— « C’hwi a glasko anezhañ, Job ? »

— « Me a glasko anezhañ gant bag ar skluz ha bag ar Prad-Hir. »

Ha Job ha Lom a voe roet kefridi dezho da glask korf an den beuzet.

Mes Reun Nikod, kamm e vuskenn, a reas :

— « A ! ouah ! »




PEVARZEKVET PENNAD
Satanazet !… Ar c’hleñved dañjerus !…


An deiz war-lerc’h e redas ar c’heloù dre ar barrez a-bezh. Ya ! gwir e oa : Karreg-al-Louarn a oa satanazet. Rak eus kêriou ar menez : eus Lanurgad, ar Waremm-Nevez, Maner-an-Avel evel eus kêrioù an draonienn : Ar Vourc’h kozh, ar Gili, ar Rozivin ha lec’h all, ar merc’hed a oa deut da zegas bara d’ar vourc’h da boazhañ. Ha dre ma trapent an toaz, en ti-forn, e kontent ar c’heloù an eil d’eben.

— « Che paour kaezh ! Karreg-al-Louarn a zo satanazet ! »

— « Satanaz a zo deuet di da chom ? »

— « Ya ! »

— « Ha piv a zo kaoz ? »

— « Ne oar den. »

— « Piv a zo kaoz, ma n’eo ket tud an ti : Mari ha Herri ? »

— « Mari n’eo ket bet mat evit he gwaz, e-keit m’edo war an douar-mañ, ha setu bremañ eo bet degaset Satanaz da bunisañ anezhi. »

— « Mat a zo graet dezhi. »

— « Ur bizhardenn evel hounnezh. »

— « Ha pinvidik, koulskoude, ma ’z eus unan. »

— « Herri, me ’bari, a zo aet gant ar chagrin d’en em zistrujañ. »

— « Ne veze ket roet boued dezhañ da zebriñ, hag ur sac’h goullo ne chom ket en e sav. »

— « Ha gwelloc’h en deus kavet Herri en em veuziñ eget en em stagañ ouzh ar groug : aesoc’h e oa dezhañ… »

— « …Ken sempl ma oa dezhañ ! »

— « Ha sur, morse Herri Karreg-al-Louarn n’en deus debret en e vuhez ur bara ker gwenn hag an hini emaon o trapañ amañ. »

— « O ! Chann ar Runigoù, gwall fier eo deoc’h gant ho para, daoust ma ne deo na gwennoc’h na gwelloc’h eget va hini », eme Gatell ar Vourc’h-kozh.

— « Na gwelloc’h na gwennoc’h ? »

— « Nann ! na ker gwenn na kenkoulz. »

— « Hein ? »

— « Hein ? »

— « Nann ! nann ! Na gwenn na mat. Klevout a rit ? »

— « Ya ! klevout a ran emaoc’h adarre o klask chikanañ, ha n’eo ket Katell, nemet Keben eo hoc’h anv. Mat ! ganin-me an neb a glask a gav. Dal !… »

Ha Katell ar Vourc’h-kozh a stlapas da Chann ar Runigoù, e-kreiz he fas, ur mell pezh tamm toaz flibouz ma strinkas beradennoù e pep tu ha zoken e genou ar merc’hed a c’hoarzhe re d’ar mare.

Ha, neuze, ’vat, e savas cholori en ti-forn.

Gwreg ar baraer a oa en tu all o pouezañ bara gwinizh d’he fratikoù.

— « Pet lur ’po ? »

— « Lakait din ur bara a bemp lur. »

Ha dav ! ar varaerez a bouezas ur bara a zek lur, a droc’has un drailhenn vara evit ober al lañs hag a roas anezhañ d’ar vaouez.

— « Dal ! setu aze pemp lur. Ha c’hwi ? Ur bara a begement ? »

— « Unan a zek. »

— « Dal ! setu amañ unan hag a zo ennañ pouez mat gantañ. »

— « Hennezh a zo ur bara a bemp lur ! Unan a zek a c’houlennan. »

— « Unan a bemp ? Unan a bemp ! O ! la ! la ! Unan a zek am eus roet bremaik evit unan a bemp. »

— « Tanpir evidoc’h ! »

— « Tanpir evidon ? Mat, tanpir evidoc’h ivez. Dal ! Kemerit pe diouerit ! Dek lur a zo e-barzh. »

— « N’eus nemet pemp, pemp ! »

— « Ha goude ? Ha pa ne vefe nemet ul lur pe ur c’hartouron ? O ! o ! emichañs, me eo ar vestrez en ti ; n’on ket ? »

— « Gouzout a ran. Mat ! kemer a ran ar bara-mañ ; c’hwi a lakaio anezhañ war ar c’hoch. »

Ar varaerez n’he doa ket klevet pe da verkañ e oa pe ne oa ket, rak redet e oa da welout an dispac’h a oa tarzhet en ti-forn.

D’an ampoent e tegouezh ivez ar baraer, bet en ostaleri ar Gerdevez oc’h evañ ur banne gant ur c’hamalad kozh.

— « O ! o ! petra ’sinifi ar reuz-mañ ? » emezañ, en ur zont.

An tabut a ehanas war an taol. Rak, ma ne oa ket ar baraer ur gwall zen, ur c’haer a zen e oa, ha gant nerzh ur marc’h en e zivrec’h.

— « Den ne responto bremañ ? Bremaik, kement a drouz ha, bremañ, parret ha prennet genoù Chann hag hini Marjan ? Setu aze ur c’hoari ! Alo ! hini ebet ac’hanoc’h ne lavaro netra ; padal bremaik, en ur zont, va c’hamalad a lavaras din : « Selaou ! Ma n’eo ket satanazet an ti-forn ? » A ! me a lavar deoc’h, an ti-forn-mañ ne vo ket satanazet, pe gwazh a se e vo evit an diaoul. »

Ar merc’hed a drape hag a drape an toaz ar buanañ ar gwellañ ; rak hiniennoù anezho a oa diwezhat gant o labour.

Neuze ar baraer, peogwir e oa roue en e di-forn, a lavaras :

— « Ma chom prennet ho kenoù bremañ, genoù ar forn a chomo serret ivez, la ! Grit evel ma karit ! »

Ar merc’hed a sellas tro-ha-tro ouzh Katell ar Vourc’h-Kozh hag ouzh Chann ar Runigoù gant an aer da lavarout dezho : « Deoc’h eo d’en em ziskuilhañ. »

Katell a laboure he bara ha Chann a rae evelti hag hini ebet anezho n’he doa amzer d’en em ziskuilhañ.

Ar baraer, avat, en doa taolet kont diouzhtu piv a oa kablus ha piv ne oa ket.

— « Alo ! ar bara amañ ma vo poazhet. »

Katell ha Chann a roas o bara war-lerc’h ar re all, dre ma ne oant ket prest gant ar c’holl-amzer a oa c’hoarvezet. Mes pa oant deuet da ginnig o zoaz d’ar baraer, hemañ a lavaras dezho, krenn ha kras :

— « N’eus ket a blas ken. »

Hag e serras ar genoù war ar forn hanter-c’houllo.

— « Mes !… mes !… »

— « Na mes… na netra !… Rak mar deo satanazet Karreg-al-Louarn, ne fell ket din, e mod ebet, e vefe ivez satanazet va zi-forn. Rak an dra-se a zo evel ur mikrob o redek dre ar barrez, ha ker buan e vefe satanazet kement kêr ha kement ti. Ur mikrob eo, a lavaran deoc’h, ur c’hleñved dañjerus, heñvel ouzh ar vosenn hag ouzh an derzhienn ti… ti… ti… c’hwitell ! Ha, ma ne gredit ket ac’hanon, ingal eo din, rak va forn a zo leun, ha pa vefe goullo e vefe leun-tenn, memes tra, evidoc’h, Chann, hag evidoc’h, Katell !… »

Katell ha Chann a sammas o zoaz hag a gemeras, droug enno, hent ar gêr.

Pa voe aet kuit ar merc’hed, ar varaerez a c’houlennas digant he gwaz :

— « Lorañs, petra ’zo c’hoarvezet bremaik etrezoc’h ? Bremañ Katell ha Chann ne zifachint ket ken ! »

— « Gwell a se ! gwell a se ! Rak ma tegouezh dezho lakaat c’hoazh o zreid em zi-forn, e vezint plantet er-maez gant va botez el lec’h ma lavaran deoc’h. An div-se a satanazfe ker buan an ti-forn ! A ! brav e vefe ganeomp ! An ti-forn a vefe satanazet !… Satanazet !… soñjit !… an dra-se a zo ur c’hleñved dañjerus… ur mikrob, ur mikrob, aze emañ ! Ha satanazet ne vo ket va zi-forn… james-biken ! pe gwazh a se evit an diaoul, hein ! »




PEMPZEKVET PENNAD
Un afer fall


E-keit m’edo ar baraer, ar varaerez hag ar merc’hed deuet da zegas o zoaz da boazhañ, o tabutal e ti-forn Landremel, Job ha Lom a oa laouen bras an tamm anezho en ur guitaat Lanurgad. Kemeret o doa an hent a zegas d’an draonienn.

— « Kontant oc’h, Lom ? » a c’houlennas Job.

— « Sur on kontant, Job, peogwir ez a mat-kenañ an traoù. »

— « Gwelout a rit, arabat koll fiziañs, evel ma tegouezhas ganeoc’h, an deiz all. Kredit hardi, ni a zeuio a-benn eus hon taol ! »

Ret eo din lavarout deoc’h, Job ha Lom, hervez m’o doa prometet, a oa o vont da c’houlenn ar bagoù, ar c’herdin hag ar bizhier-krog evit klask e goueled ar stêr Aon korf Herri — Doue r’e bardono ! — beuzet un nebeut devezhioù ’oa.

— « Ar voereb a baeo ac’hanomp ker, » a lavaras Job ; « rak n’eus nemedomp o soursial outi, n’eus nemedomp o frealziñ anezhi, n’eus nemedomp o vont da glask bagoù, n’eus nemedomp oc’h ober tout an traoù… »

— « Ha ! ha ! ha ! » a reas Lom.

— « Peoc’h ! Lom, gant aon e vefe tud er park, aze. N’eo ket da sistra emaomp o vont hiziv, ho ! nemet da c’houlenn bagoù evit klask korf hon eontr beuzet. »

— « Siwazh dezhañ ! »

— « Gwir, Lom, siwazh dezhañ ! Mes n’hon eus ket amzer da glemm. Pep hini en deus e blanedenn war an douar-mañ. Ha ni, marteze… »

— « Oc’ho ! emichañs n’emaoc’h ket o vont da souhetiñ din ur marv ken trist-se ?… »

— « Perak ne rin ket ? Lom. Ne vefen ket souezhet o klevout un deiz bennak : Lom Lanurgad a zo bet beuzet en ur varrikennad sistr. »

— « Ha ! ha ! ha !… »

— « Peoc’h ’ta, Lom ! »

— « Arsa, Job, c’hwi eo an hini a laka ac’hanon da c’hoarzhin kemend-all. Rak un dra imposubl d’ur Brezhon emaoc’h o klask reiñ din da grediñ : me a evfe da gentañ ar varrikennad sistr, hag en ur varrikenn c’houllo n’eo ket unan evit en em veuziñ. N’eo ket gwir ? »

— « Gwir eo ; an dra-mañ, avat a zo farserezh ha traoù siriusoc’h a zo da gontañ, hein ? Da gentañ, Lom, pegement ’gav deoc’h, e talvez klask un den beuzet er stêr vras ? »

— « O ! un tamm mat, ’vat. »

— « N’eo ket un tamm mat a c’houlennan diganeoc’h… Pegement e talvez ? a lavaran. »

« Ma n’ouzoc’h ket, me a zo o vont da lavarout deoc’h : al labour-mañ a dalvez un testamant. »

— « Testamant ar voereb ? »

— « Ya, testamant hor moereb, an testamant penn-da-benn betek ar gwenneg diwezhañ, klevout a rit ? »

— « Mes Mari ?… »

— « Bezit dinec’h ! Lom, me a lakaio ar voereb kozh d’ober warc’hoazh he zestamant evidomp, evit ar servij rentet dezhi ganeomp. »

— « E Lotei, Job, ha dreist-holl, e Karreg-al-Louarn, ne vez ket graet testamantoù. »

— « Mat ! graet e vo, Lom. »

— « Hag ar gerent, Job ? »

— « Ar gerent, Lom, a yelo kounnar ruz enno. Mes n’eus forzh, re ziwezhat e vo. »

__ « Ne vo ket re ziwezhat, rak diouzhtu e lakaint ar voereb da regiñ he zestamant, da zeziritañ ac’hanomp, ha marteze e vezimp poursuet dirak an tribunal ? »

— « A ! la ! la ! gant Lomed eveldoc’h, ne rafe unan netra vat. Ma vije bet daou Job e Lanurgad, e vije bet echu ar c’hoari mil bell ’zo. Sklaer eo koulskoude n’he do ket amzer Mari da regiñ he zestamant, na kennebeut ar gerent da lakaat o fri en hon aferioù-ni. Rak, kerkent graet an testamant, ar voereb a yelo davet he zadoù kozh er bed all, gant div pe deir nozvezh satanazet ; mes ret eo kaout ur galon yac’h, tanfoeltr ! »

— « Yac’h eo va c’halon, Job. »

— « Bremañ, Lom, peogwir hon eus divizet diwar-benn priz al labour, gwelomp penaos e raimp al labour-se. Daou emaomp, div vag ez eus da gavout. C’hwi a yelo da glask bag ar Giouidig, ha me a zo o vont war-eeun da c’houlenn e hini digant Lukaz, skluzier Penn-ar-Pont. »

— « Koulskoude, Job, me a garfe e vefemp hon daou war ar memes bag. »

— « Ya, ya, evit ma rin al labour e-keit ma viot o sellout. Nann ! nann ! pep hini diouzh e du. Soñjit ; div vag o labourat war ar stêr a dalvezo deomp ur bennozh Doue brasoc’h a-berzh ar voereb. »

Degouezhet e oant e-tal ar stêr Aon. Neuze Job a bignas war-du Penn-ar-Pont. Lom a ziskennas betek Kiouidig.

Gwelomp penaos en em dennas an hini kentañ gant e dro.

Lom a oa degouezhet e-tal Kiouidig. Mes Kiouidig a oa en tu all d’ar stêr. Lom a reas an herrañ ma c’hellas !

— « Oc’ho ! Oc’ho ! »

Klevet e oa bet. Ar mevel bihan a zeuas da gerc’hat anezhañ. Lom a lakaas e dreid er vag. Krenañ a reas e zivesker dindanañ. Perak ? A ! paour kaezh Lom ! Soñjal a rae : « Biken ne c’hellin dont a-benn da heñchañ ar vag pounner-mañ ; nann biken. »

Ha Lom a zigalonekae adarre. Mes soñjal a reas ivez kerkent, en doa lavaret Job dezhañ : Lom, arabat digalonekaat ! Ha setu Lom da c’houlenn digant ar mevel bihan :

— « He ! paotrig, daoust ha diaes eo kas ar vag-mañ eus un tu d’an tu all d’ar stêr ? »

— « O ! feiz n’eo ket avat. Ur c’hoari nemetken. »

— « Degas amañ ar roeñv, ma welin, neuze ! » eme Lom.

Ar mousig a roas dezhañ ar roeñv.

Ha Lom da bolevat ha da bolevat start. Ar vag, avat, e-lec’h mont war-eeun d’an tu all, a droas he fri war-du Kastellin.

— « Hola ! hola ! » eme ar mevel bihan, en ur c’hoarzhin, » emañ ar vag o vont gant an dour !… Hola ! mont a ra war he c’hostez !… Hola !… ne chom ket ar roeñv en dour !… Hola ! paotr, n’out ket barrek war ar vicher. »

— « N’on ket barrek ? Kement-se, n’eo ket ur fri lous eveldoc’h a zesko din ur vicher bennak ! »

— « Dalc’h ’ta, neuze !… Dalc’h ’ta, neuze !… »

Ha Lom a roeñve, ar pezh ma c’halle.

Hag ar mevel bihan a c’hoarzhe muioc’h c’hoazh.

Hag ar vag a rede buan d’an traoñ.

Lom a oa ur c’hwezenn gaer war e dal…

— « Degas amañ ar roeñv ! » eme ar mousig, « rak re bell eo aet ar vag ha poent eo din mont da reiñ kerc’h d’ar c’hezeg. »

Lom a roas dezhañ ar roeñv a galon vat.

— « Ar Job-se n’eo nemet ur genaoueg, » emezañ.

— « Job ? » a c’houlennas an treizhour bihan.

— « Ya ! ya ! ur Job all ; n’eo ket te an hini eo. »

Ar vag a bigne d’al laez, bravik, bravik, a-enep tizh an dour.

— « Ya, ur genaoueg eus ar re vrasañ, » a soñje Lom. « Mar kav dezhañ emaon o vont da furchal goueled ar stêr war ur vag ken dañjerus ! Mes gwelout a rin bremaik penaos en em denno eñ e-unan gant e hini. »

— « Dal ! paotrig, daou wenneg nevez-flamm. »

Lom a chomas ur pennadig a-sav war ribl ar stêr, hep fiñval, hep lavarout ur gomz, ha troet e zaoulagad war-du Kiouidig. Gwelout a rae mestr an ti o vont hag o tont er porzh hag e-tal ar bernioù plouz.

— « Mont a rin da c’houlenn ar vag pe ne din ket ? » emezañ dezhañ e-unan.

Teurel a reas ur sell a-dreñv, war ar vag bounner staget, aze, ouzh ar ribl, ha Lom a gollas adarre fiziañs en e blanedenn.

E-lec’h mont da Giouidig, kemerout a reas hent Penn-ar-Pont, da vont da gavout Job ; hag e lavare, dre ma kerzhe a-hed ar stêr :

— « Un afer fall ! un afer fall ! fall ! fall ! »




C’HWEZEKVET PENNAD
Un afer falloc’h c’hoazh


— « Un afer fall… fall !… » a lavare Lom, dre ma kerzhe a-hed ar stêr, eus Kiouidig da Benn-ar-Pont.

Me hel lavar deoc’h, ne oa ket laouen an tamm anezhañ d’ar mare-se. Mezh en doa gantañ e-unan, abalamour en doa graet un dro-wenn.

— « Petra a lavaro Job ? » a soñje-eñ.

Dres d’an ampoent, dirak ar Genkiz, e welas Job o tont eus ar penn all, staget outañ ur fas karn.

— « A ’ta, Lom ? Hag ar vag ?… »

— « Bag ebet !… »

Ha Lom a zisplegas dezhañ dre ar munud ar pezh a oa c’hoarvezet gantañ.

Job a c’hoarzhas.

— « Ha bag ar skluz, Job ? »

— « Bag ar skluz a zo d’ar skluz, en deus lavaret din ar skluzier, » a respontas Job ; « ha ne vezo prestet na da Ber na da Baol. »

— « Petra ’raimp neuze ? »

— « Neuze eo ret deomp mont da c’houlenn bag ar Giouidig. »

— « Hag e vo prestet deomp ? »

— « Hag e vo prestet deomp, sur. »

— « Mat ! deomp da c’houlenn anezhi. C’hwi a roeñvo ha me a furcho goueled ar stêr gant ar c’hrap. »

— « Me a roeñvo, » eme Job, lorc’hus, « ha c’hwi a daolo ar c’hrap er stêr. »

Hag ar baotred en em glevas, neuze, diwar-benn lodennañ an heritaj : Job en dije bet un hanterenn, ha Lom an hanterenn all. Job, avat, a soñje en e benn e-unan : « Lom ne oar ket roeñvañ ; va lodenn-me a dlefe eta bezañ brasoc’h eget e hini. Un dra just eo. »

Ha Job ha Lom d’ar Giouidig.

Pa voent erru, mestr an ti a c’houlennas diganto.

— « Hag a nevez, paotred, e Lotei ? »

— « Penaos, Yann », eme Job ; rak Lom a gare gwelloc’h chom genoù prennet, « n’ouzoc’h ket petra ’zo c’hoarvezet e Karreg-al-Louarn ? »

— « Eo, gouzout mat a ran. »

— « Gouzout a rit ivez eo Herri hon eontr, beuzet, siwazh ! — Doue r’e bardono ! — Un dever eo klask korf un den beuzet evit douarañ anezhañ e bered ar gristenion. Rak, e-keit ha ma chomo korf hon eontr e-barzh ar stêr, e chomo ivez satanazet e di e Karreg-al-Louarn. Ene Herri a zo o c’houlenn repoz. »

— « Ya ! ya ! kompren mat a ran ; mes goude an dra-se ? »

— « Goude an dra-se, Yann, e c’houlennimp diganeoc’h prestañ deomp ar vag. »

— « Bag an treizh ? »

— « Ya. »

— « Hag an dud o do c’hoant da dreizhañ ? »

— « Heu !… heu !… »

— « …A chomo gant o c’hoant, Job ? »

— « Ne chomint ket, Yann. Uheloc’h, du-se e kavint bag ar Genkiz. »

— « Ya ! ya ! kompren a ran… kompren a ran… Prestañ deoc’h va bag ?… Hem !… hem !… »

« Mes… mes… daoust ha gouzout a rit derc’hel zoken ur roeñv en dour ?… »

Lom a oa vont da respont : nann. Job, avat, a respontas : ya, war an taol.

— « O ! me a zo bet martolod, e Brest, » emezañ, « ha va micher eno a oa kas an ofiserion eus al lestr d’ar c’hae gant ur vagig heñvel ouzh hoc’h hini. »

— « Mat ! Job, m’oc’h bet martolod, neuze n’em eus mui netra da lavarout. Kemerit va bag evit un nebeut devezhioù mes… — hag aes eo kompren an dra-mañ — n’on ket evit prestañ deoc’h va bag… evit netra. »

Lom en ur glevout se, a daolas ur sell mantrus war e gamalad. Nec’het a-walc’h e oa, rak goullo, goullo e oa e c’hodelloù, ha n’en doa, er gêr, teñzor kuzhet ebet ; dle war ar c’hoch, ne lavaran ket. »

Job, avat, a respontas, evel ma vije bet roue ar Juloded :

— « Ni a baeo ac’hanoc’h. »

— « C’hwi a baeo ac’hanon ?… C’hwi a baeo… a baeo ac’hanon ?… N’eo ket a baeo a fell din, rak me am eus c’hoant da vezañ paeet diouzhtu. »

— « Diouzhtu ? !… »

— « Ya, diouzhtudiouzhtu… »

— « O ! kement-se, Yann ? »

— « N’eus kement-se ebet, Job, nemet jentil on kement-se, pa brestan deoc’h va bag… »

— « Ya ! gouzout a reomp, Yann ; gouzout a reomp, rak ni a zo bet mignoned a viskoazh… Evit pegement eta e prestit deomp ho pag ? »

— « Hanter kant lur evit tri devezh, hag an arc’hant war an daol a-raok mont kuit eus an ti. »

— « Hein ?… »

— « Prestañ va bag pe chom hep ober a zo ingal din. »

Job a lakaas e zorn e godell gleiz e chupenn hag a dennas diouti ur bilhed a hanter-kant lur.

Lom a chomas alvaonet-naet, o welout ur bilhed ken prizius o tont er-maez eus godell e vignon. Luchat a rae war-du an tamm paper talvoudus, mes ne luchas ket e-pad pell amzer, rak Yann a astennas e zorn, ha dao ! e-barzh an armel.

— « C’hwi a zo ker pinvidik-se, Job ? »

— « Pinvidik, a lavaran-me. Paour-razh on, paour-razh Lom. An hanter kant lur-se n’int ket din. Roet int bet din, er beure-mañ, evit mont d’ar bourk, da baeañ, e ti ar Saliou, ar sukr, ar c’hafe, ar chikore o deus prenet ar merc’hed e-pad ar miz diwezhañ. »

— « Ha bremañ, neuze, penaos e reot ? »

— « Me a lavaro lakaat ar c’hafe hag ar sukr war goch ar butun, hag en devezhioù-mañ, me a baeo va dle, gwenneg evit gwenneg. Lom, rak, aes eo gouzout n’eo ket din-me da baeañ ar vag, nemet d’ar voereb, d’hor moereb an hini eo… Ha ni a lavaro dezhi eo koustet deomp ar vag… kant lur… Ha goude… an heritaj… »

— « A ! loen fin !… »

— « Peoc’h ! »

Rak Yann ar Giouidig en doa serret ha prennet an armel hag a zeue eus ar penn all d’an ti.

— « Kemerit va bag evit tri devezh, » emezañ.




SEITEKVET PENNAD
Daou besketaer eus an dibab


Job ha Lom a yeas eta betek bag ar Giouidig, staget gant ur gordenn ouzh ribl ar stêr Aon. Diskoulmañ a rejont ar gordenn ; mestr ar vag a zegouezhe war o lerc’h, ur c’hrap gantañ war e skoaz.

— « Dal ! » emezañ, en ur reiñ ar c’hrap da Job ; « chañs vat deoc’h ho-taou ! »

Job ha Lom en em gave eta war bord ar stêr, kordenn ar vag etre o daouarn. Petra ober gant ar gordenn ha da belec’h mont gant ar vag ? Job ne ouie ket gwall vat, ha Lom ne ouie ket gwelloc’h.

A-benn ar fin, Job a lavaras :

— « N’omp ket evit chom amañ evel daou azen ; ret eo deomp mont war-du ur penn bennak, d’al laez pe d’an traoñ, da labourat start… Soñjit ! Lom… hanter-kant lur eo koustet deomp evit tri devezh, ha n’em eus ket c’hoant da reiñ hanter-kant lur all a-benn fin ar sizhun. Pe, ma rankomp reiñ, c’hwi a vezo deuet ho tro. »

— « Che ! paour kaezh Job, me a zo ken paour !… »

— « Ya ! ya ! paour oc’h, paour evel Job. Mat, me eo Job, an taol-mañ, ha me a zo paour evel Lom. An hanter-kant lur am eus roet da Yann bremaik ne oant ket din, kredit hardi, nemet arc’hant prestet din, netra ken. C’hwi a raio evel em eus graet : c’hwi a bresto. »

— « Mat, me ’bresto… ma kavan d’ober. »

— « Ha bremañ, labouromp, Lom ! Sachit ’ta war ar gordenn. »

— « Da belec’h emaomp o vont ? »

— « D’al laez… d’al laez, betek ar skluz m’eo bet gwelet Herri Karreg-al-Louarn o vont dreist, disul diwezhañ. Ni a grogo eno gant hol labour, ha ni a ziskenno bep un tammig, bep un tammig, en ur furchal ar stêr. Hep urzh ne reer ket labour vat. »

Ar baotred a lakaas ar gordenn war o skoaz hag int sachañ ha sachañ start, rak ar vag a oa pounner-kenañ. Mont a reas mat an traou e-pad un abadennig. Mes ar vag, e-lec’h pignat reizh penn-da-benn d’ar stêr, a yae, he fri a-raok, da skeiñ ouzh ar ribl. Ha netra d’ober evit lakaat anezhi da sentiñ ouzh ar gordenn, evel m’o doa c’hoant an daou varc’h kolier.

— « Lom, » eme Job, « n’omp ket evit kenderc’hel da vont a-raok, en doare-se, pe ne zegouezhimp ket betek Penn-ar-Pont a-raok ar c’huzh-heol. It e-barzh ar vag, ha me a sacho ! »

— « Ha petra ’rin e-barzh ar vag ? »

— « C’hwi a gemero ar roeñv, ha, gant ar roeñv, c’hwi a viro ouzh ar vag da skeiñ he fri ouzh ar ribl. Kompren a rit ? »

— « Kompren a ran, mes… mont e-barzh ar vag ?… heu !… »

— « Aon hoc’h eus mont e-barzh ? Mar karit ez in, Lom, ha c’hwi a sacho hoc’h-unan, neuze… »

— « O ! nann Job, c’hwi a sacho… »

Ha Lom er vag.

Ha Job o sachañ.

Job a reutae e zivesker, me hel lavar deoc’h ; rak ma oa pounner ar vag da nerzh daou zen, pounneroc’h e oa c’hoazh da nerzh unan hepken, dreist-holl p’en doa lakaet Lom e gorf hir e-barzh.

Mont a reas ar vag pounneroc’h-pounnerañ, pe, da vihanañ Job a grede se. Gwiroc’h e vefe lavarout e oa aet skuizh an tamm anezhañ. Kavout a rae dezhañ e oa ur rejimant a-bezh er vag. Siwazh dezhañ ! ne oa ket evit ober un disterañ diskuizh, rak an dour a oa bras hag an tizh a vounte dalc’hmat ar vag war an tu enep. Job a oa troc’het e skoazh.

— « Lom, heñchit reizh ar vag ’ta ! »

— « Heñchañ mat a ran anezhi, Job. »

— « Ne rit ket. Mont a ra he fri da skeiñ ouzh ar ribl ! »

— « Ne da ket, Job. »

— « Mont a ra, pa lavaran deoc’h. »

— « Pa lavaran-me, ne da ket… Oc’ho ! oc’ho !… »

Job a gouezhas war e fri ; Lom a hope evel ul leue o vont da veuziñ. Petra ’oa c’hoarvezet ? — Ar gordenn ya ! kordenn ar vag a oa torret ! A ! pebezh abadenn an diaoul neuze, d’an eur-se eus an deiz, war vord ar stêr ! Satanaz e-unan o vlejal e-leizh an ifern n’en dije ket graet muioc’h a drouz eget Lom o hopal er vag :

— « Sikour ! Sikour ! Sikour din ! Beuzet e vin. O ! o ! »

Job a redas war-lerc’h ar vag evit klask pakañ ur penn eus ar gordenn dorret. Allas ! allas ! ar vag a rede buan d’an traoñ, ha, gwashoc’h c’hoazh, aet e oa da greiz ar stêr.

— « Lom, Lom, kemerit ar roeñv ! Roeñvit ’ta ! Na hopit ket, mil tanfoeltr ! »

Lom, avat, ne gleve ket.

Mes tud a glevas er parkeier tro-war-dro, hag unan anezho a oa Yann ar Giouidig. Buan, buan e redas betek ar stêr.

— « Chesus ! emezañ, ur gwalleur a zo c’hoarvezet ! Lom a zo o veuziñ !… »

Displegañ deoc’h ar gounnar a yeas ennañ, pa welas e vag o vont buan d’an traoñ, gant tizh an dour, a vefe un dra diaes din. Fuloret, satanazet e oa. Hopal a rae :

— « Va bag ! va bag ! A ! va bag !… »

Ha Lom a hope diouzh e du :

— « Sikour ! sikour !… »

— « Stankit ho kenoù ! Lom, pa ne vefe nemet gant ar vezh, » a lavare Job.

« Bremaik parrez Lotei a glevo hon istor, » a soñje-eñ.

Yann a rede a-hed ar stêr war-lerc’h e vag ; Job war-lerc’h Lom ha Lom ne ouie mui na pelec’h e oa na war-du pelec’h edo o vont.

— « Va bag ! va bag ! » a rae Yann.

— « Peoc’h deomp ! ’benn ar fin, » eme Job. « Setu aze ur ganaouenn : va bag ! va bag ! N’eo ket deoc’h da soursial outi hiziv peogwir eo bet paeet deoc’h… »

— « Paeet ! Paeet ?… »

— « Ya, hanter-kant lur am eus roet deoc’h bremaik. »

— « Mes, paotrig, va bag a dalvez tri c’hant lur. »

— « Tri c’hant ar vag hag hoc’h eus bet ar front da c’houlenn hanter-kant diganeomp evit un devezh labour pe zaou ? Sell ! me ’garfe ez afe dreist skluz ar Prad-Hir, ha goude, da foñs ar stêr. Laer brein ! »

— « Laer ! me ? »

— « Ya, c’hwi, c’hwi ; laer oc’h sur, rak n’eus nemet al laeron hag a zeu pinvidik. »

— « O ! o ! » a reas Yann.

Edo o vont da reiñ ur predad da Job, pe, d’an nebeutañ, da glask ober, pa welas Lom o lammat er stêr pa oa tostaet ar vag ouzh ar ribl. Eürusamant evitañ — rak Lom ne ouie ket neuiñ mat — e kavas ur garreg dindañ e dreid ha geot hir e-kichen da gemer peg enno. Ha setu savetaet Lom.

Yann ar Giouidig, avat, a oa aet klañv :

— « Ha va bag ? ha va bag ? »

— « Ho pag », eme Lom, kounnaret ivez, « a zo mat e-lec’h m’emañ. »

— « C’hwi a baeo anezhi. Tri c’hant lur eo koustet. »

— « Ne roin ket deoc’h ul liard toull zoken. Me eo a c’houlenno diganeoc’h… tri c’hant lur. »

— « Koll va bag ha reiñ arc’hant deoc’h c’hoazh ? ’M eus aon emaoc’h oc’h ober goap ouzhin. »

— « Priz ar vag a c’houlennan diganeoc’h evit priz va buhez… Ken buan e vijen bet beuzet abalamour d’ho kordenn flaerius. Ni hon eus feurmet ker, ha n’eo ket traoù kozh a oa da vezañ prestet deomp. Ho kordenn gozh a gousto ker deoc’h, paotr ! »

— « O ! kement-se, Lom. »

— « Ya, dirak an tribunal. »

— « Gwelloc’h eo deomp, Lom, lezel an afer-se a-gostez. Va bag a zo kollet marteze, ha c’hwi a zo saveteet. Na chikanomp ket war gement-se. »

Ha Yann d’ar red da skluz ar Prad-Hir da gemer ar vag all evit herzel ouzh e hini da vont dreist.

— « Ur gordenn nevez ! ur gordenn nevez ! » a soñje Yann, en ur vont. « Ya ! ur gordenn ganab d’o stagañ ouzh ar groug… »

Lom, eñ, gleb evel ma ouzoc’h, a gemeras hent Lanurgad, a-dreuz ar parkeier. Job a gerzhas war-du Landremel ; ur penn teñval a oa staget outañ. Soñjit ! edo o vont da lavarout lakaat ar sukr, ar c’hafe, ar chikore war goch ar butun !… N’en doa ket bet a chañs.




TRIWEC’HVET PENNAD
Bodadeg vras e Landremel hag en hent
war-du Karreg-al-Louarn


En abardaez an deiz-se, e oa, e Landremel, ur vodadeg vras. Ar Riou, ar C’herriou, ar C’hariou, ar C’horiou, ar Piriou a oa en em glevet etrezo e ti ar Saliou, da vont da Garreg-al-Louarn, en noz-se, ha da reiñ e begement da Satanaz ha da grennañ dezhañ e c’hoant da zont da drubuilhañ repoz ar gristenion.

Ar marichal a lavare :

— « Eno n’eus Satanaz ebet ; Satanaz ebet, a lavaran deoc’h, pe, kentoc’h, daou Satanaz a zo eno : Job ha Lom eus Lanurgad. »

— « O ! Kement-se ! » a lavaras an holl dud, a oa deuet d’ar vodadeg.

— « Sur on, » a lavaras ar marichal. « Job ha Lom eo a vez oc’h ober bemnoz cholori, e Karreg-al-Louarn, evit lakaat o c’hrabanoù war destamant ar voereb kozh. »

— « Mes », eme unan, « kerent all a zo. »

— « Ya ! ya ! kerent all ez eus. Mes an daou louarn a zo en em glevet, ha fin int, dreist-ordinal. Bet int o klask korf Herri er stêr vras ; ar voereb a sino he zestamant evito ha goude… ya ! goude int a satanazo an ti evit ma varvo an hini gozh. Setu aze ar wirionez ; n’eus netra gwiroc’h. »

An holl a vousc’hoarzhas. Den ebet ne grede. Soñjal a raent :

— « Paour kaezh marichal ! Poazhet eo e empenn gant tan ar c’hovel ! »

Ar marichal a yae droug ennañ abalamour ne oa kredet gant den.

— « Mat ! » emezañ, « me a yelo, en noz-mañ, da Garreg-al-Louarn, ha me a ziskouezo deoc’h piv eo Satanaz pe n’on ket un den. »

— « Marichal, marichal, arabat deoc’h kaout re a gred en ho spered. Pa vo c’hoarvezet droug e vo re ziwezhat. Gwelloc’h eo deoc’h chom hep mont di. »

— « Mont a rin, pa lavaran deoc’h. Va-unan, va-unan, ha c’hoazh n’em eus ket aon. »

— « O ! neo ket an aon a vir ouzhimp da vont da Garreg-al-Louarn, » a respontas an holl, « mes gant Satanaz n’eus ket da c’hoari. »

En em glevout a rejont, evelato, da vont da Garreg-al-Louarn da zisatanazañ ti ar voereb Vari. Mont a raint di en ur vandenn ; ar Rioued, ar Pirioued, ar C’harioued, ar C’herrioued, ar C’horioued, ar Salioued ha kement hini all a oa o chom er vourc’h, ha n’en doa riou ebet en e anv.

Pa voe debret koan, eta, goroet ar saout ha kousket ar vugaligoù, paotred ha merc’hed Landremel a gemeras hent Karreg-al-Louarn. Kavout a rejont, e kement kroazhent, bandennadoù tud o c’hortoz anezho ha deuet da greskiñ o niver : paotred Pennarvern, Kerinkuf, Penn-Aod, Park-ar-Vur, ha kalz re all, deredet eus ar menez, eus an draonienn ha zoken eus an tu all d’ar stêr vras.

— « Ha ! ha ! bremaik e vo c’hoarzhadeg, » eme ar marichal, « bremaik e vo tapet Satanaz war e neizh. »

Tremenet ’oa Toull-ar-Broc’h gant ar vandenn ; edo Karreg-al-Louarn dirazo, uhel, uhel, war an duchenn. Neuze, dre ma tostaent, an dud a gerzhas goustadikoc’h-goustadikañ. E feson, e oa kroget ar spont e kalon meur a hini, ha ma vije bet deiz e vije bet gwelet e oa figur ouzhpenn unan ker gwenn hag al loar a oa o sevel d’ar mare war gorre tour Pleiben.

Ur vaouez zoken a dostaas ouzh bord an hent evit ober un azez war al letonenn.

— « Aet on skuizh, » emezi.

Hi a oa aet skuizh, hag, en un taol, ar re all en em gavas skuizh ivez.

— « Chomit amañ ! » a lavaras ar marichal, « me a yelo va-unan da zilojañ Satanaz, ha da deurel dreist e benn al lerenn-mañ. »

Hag ar marichal a ziskouezas al lerenn en doa degaset gantañ hag a servije dezhañ, er c’hovel, da sevel treid ar c’hezeg evit o houarnañ.

— « Al lerenn-se, » emezañ, « a vo taolet dreist e benn, ha, gant al lerenn-se, e tegasin deoc’h Satanaz, marv pe vev. »

Rak ar marichal a grede dezhañ ne oa ket un den evitañ e parrez Lotei.

— « Mont a ran neuze, » a gendalc’has ar marichal, « ha pa rin : Youc’houc’hou ! neuze e vo bet lerennet choug Satanaz. »

— « Youc’houc’houc’houc’hou !… » a reas ur vouezh skiltr, e liorzh Karreg-al-Louarn.

— « Ur gaouenn ! »

— « N’eo ket ur gaouenn. »

— « N’eo ket un den. »

— « Labous an Ankoù an hini eo. »

— « Satanaz eo sur. »

— « O va Doue ! » eme ur vaouez, a oa azezet war al letonenn, « me ne garan ket ar seurt traoù, me a gav gwelloc’h mont en-dro d’ar gêr. »

— « O ! ni a ya ganeoc’h. Petra ’raimp amañ, ma n’omp ket evit mont tre betek an ti ? » a lavaras ar merc’hed all.

Ar baotred a lavaras :

— « Ni a chomo evit mont da sikour ar marichal, kenkas ma vo ezhomm. »

Ar marichal en doa keuz da vezañ bet re hir e fri. Ne fiche ket.

— « Alo ! marichal, ma ne gredit ket mont, me a yelo en ho plas, » a lavaras unan.

— « Heu !… » a respontas ar marichal, « n’on ket aonik, ha ne vin ket ».

Hag eñ dreist ar c’hleuz, hag a-dreuz ar roz war-du an ti satanazet.

— « Youc’houc’hou ! » a reas adarre ar vouezh war gorre an dorgenn.

Ar marichal a chomas a-sav, hep gouzout petra a oa ar gwellañ dezhañ ober : pe kenderc’hel da vont a-raok pe dont en-dro war e giz. Allas ! ne oa ket evit dont war e giz, pa ne vije bet nemet gant ar vezh.

A ! re hir eo bet e fri, ha kalz re hir e deod !…

Mes petra a oa du-se, el liorzh ? Ur c’houlaouenn a oa o parañ dindan ar gwez avaloù ! Ober a rae an dro d’an ti !

— « Petra ober ? Mont pe chom hep mont ? » a soñje ar marichal kaezh.

An dud war an hent a welas ivez ar goulou. Ober a rejont sin ar groaz evit bezañ diwallet eus ur gwalleur bennak.

— « Paour kaezh marichal ! » a lavaras ar Riou.

An holl draoù a oa trist, trist, en-dro dezho : ar parkeier, ar rozioù, koad Troboa, an draonienn, ar stêr vras o voudal du-hont e skluz Penn-ar-Pont ha sklerijenn al loar war Garreg-al-Louarn.

Klask a raent gwelout, er roz, ar marichal o pignat d’an dorgenn, hag o vont da glask e varv. Ne welent marichal ebet.

— « Tremenet eo ar roz gantañ, marteze. » eme ar C’hariou.

Ar marichal ne oa ket tremenet ar roz gantañ c’hoazh. Azezet e oa er foz, o soñjal en ur bern traoù.

— « Bremaik, » eme ar Salioù « e vo amañ c’hwez ar rost bev. »




NAONTEKVET PENNAD
An emgann etre ar marichal ha Satanaz


Job ha Lom o doa echuet ober an dro d’an ti, e Karreg-al-Louarn, gant ur c’houlaouenn war enaou. Satanazet o doa ar gêr evit un nozvezh all ha setu e kave dezho o doa gounezet un tammig repoz. Mont a rejont da ziskuizhañ er c’harrdi, e-tal ar varrikenn sistr. Job a lavare da Lom :

— « Gouzout a rit, Lom, hor moereb a zo gwall glañv, gwall glañv… Kompren a rit ? »

— « Ya ! ya ! kompren a ran, Job. »

— « Ne bado ket eizh nozvezh ken. Bremañ, na gollomp ket amzer. Ret e vezo satanazañ an ti bemnoz, bemnoz, hep mank ebet. Warc’hoazh emañ ar sadorn, ha da Gastellin em eus da vont ; kerkent ha ma vezin distroet d’ar gêr, ez in, war an deiz, da gavout ar voereb, da lavarout dezhi al labour hon eus graet war ar stêr evit klask korf hon eontr… Lavarout a rin dezhi ivez hon eus kollet ur vag — rak, hervez ar pezh a zo bet kontet din, an abardaez-mañ, n’en deus ket gallet Yann ar Giouidig mirout outi da vont dreist skluz ar Prad-Hir… Bezit dinec’h ! N’eus nemedomp hag hon eus labouret evit ar voereb, ha n’eus nemedomp hon-daou, hag hon eus meritet an heritaj. »

— « Gwir eo, Job. »

— « An heritaj a vo deomp, Lom ; mes un dra dereat e vefe en em glevout diwar-benn al lodenn a zegouezh da bep hini ac’hanomp. »

— « Feiz ! Job, an dra-se n’eo ket diaes, rannañ etre daou a zo ober div lodenn, unan evidoc’h hag unan all evidon. »

— « Gouzout a ran, Lom, mes ar rannoù ne dlefent ket bezañ ingal. »

— « Penaos, Job ? »

— « Penaos, Lom ? Abalamour ma ’m eus labouret un hanter muioc’h egedoc’h. »

— « O ! an dra-se n’eo ket gwir. »

— « An dra-se n’eo ket gwir, Lom ? Piv eta en deus soñjet da gentañ satanazañ an ti ? — Me !… Piv en deus ijinet an holl draoù da satanazañ anezhañ ? — Me !… Piv en deus kavet an tu da lakaat al loar da barañ en ti ? — Me !… Piv eta en deus savet litanioù an diaoul ? — Me ! me ! me ! Lom… Piv en deus paeet hanter-kant lur, evit kaout bag ar Giouidig ? — Me !… Ha c’hwi, Lom, c’hwi hoc’h eus lezet ar vag da vont da heul an dour, pa oa aes-kenañ derc’hel anezhi en he flas en ur roeñvañ un disterañ. Bremañ, marteze, e teuio Yann ar Giouidig da glask afer ouzhin. A ! Lom, c’hwi a goust ker din. Hag e kav deoc’h, goude-se, n’eo ket dleet din kaout, en heritaj, ul lodenn kalz brasoc’h eget hoc’h hini ? »

— « Just eo, Job, e vefe ho lodenn brasoc’hik eget va hini, mes pas re vras en holl. »

— « Ne c’houlennan ket ul lodenn re vras, Lom… An tri c’hard nemetken. »

Job, aet skuizh oc’h ober e sarmon, a oa o vont da dennañ ur volennad sistr eus ar varrikenn, pa welas dor ar c’harrdi o tigeriñ.

— « Salud ! paotred, » a lavaras dezho ar marichal faro.

Lom a oa bet darbet dezhañ semplañ.

— « Azezit, marichal ! » a lavaras Job. « Petra ho tegas betek Karreg-al-Louarn ? »

— « Plijadur gwelout daou Satanaz ha klevout o doare kaozeal. »

— « Azezit, marichal ! » a lavaras adarre Job.

Ar marichal a reas an herrañ ma c’hellas : youc’houc’hou ! Koadoù Troboa a dregernas gant e youc’hadenn. Ober a reas ul lamm war Job ha teurel a reas dezhañ al lerenn, dreist e benn. Mes, ma en doa ar marichal nerzh spontus leizh e zivrec’h, Job en doa kemend-all d’an nebeutañ, ha, gant Lom o tont da sikour e vignon, an daoù Satanaz en em gave barrek.

E berr amzer, Job a dennas e choug eus al lerenn hag, un taol penn e-kreiz e figur, setu astennet ar marichal reuzeudik war an douar.

— « A ! me a zesko deoc’h, marichal an diaoul, » a lavaras Job, « me a zesko deoc’h ho kentel. Klevout a rit ? »

Ar marichal a savas e benn. E fri a oa o wadañ. Ne gomprene ket re vat en holl ar pezh a oa c’hoarvezet. C’hoant en doa da lavarout : Petra an diaoul on deuet d’ober amañ ?

A ! ya, petra an diaoul e oa deuet ar marichal d’ober di ? Keuz, keuz bras en doa, mes re ziwezhat e oa.

— « A ! marichal, » eme Job, « Satanaz emaoc’h o klask ; gwashoc’h eget Satanaz hoc’h eus kavet. Azezit war an dorchenn a zo aze, e-harz ho treid, ha digerit frank ho tivskouarn ma teskin deoc’h ho kentel ! »

Ar marichal a sentas. Job a gendalc’has :

— « Marichal, klevit ! Ma lavarit ur ger ; klevout a rit ? ur ger zoken da baotred Landremel, a zo o c’hortoz ac’hanoc’h, en traoñ, war an hent bras, neuze, me hel lavar deoc’h, krenn ha kras, dirak ho taou lagad, neuze hoc’h eus houarnet ho marc’h diwezhañ. »

— « Hein ? »

— « Ya ! ya ! marichal ; houarnet ho pefe ho marc’h diwezhañ, rak me a grougfe ac’hanoc’h dindan eizh devezh, en ho liorzh gant al lerenn hoc’h eus degaset ganeoc’h da grougañ ac’hanon. Emichañs hoc’h eus komprenet ? Mat ! Lom, diskargit ur volennad sistr d’ar marichal. »

Kement a dan a oa o virviñ e daoulagad Job, ma voe spontet ar paour kaezh marichal. Soñjal a reas adarre : Petra an diaoul on deuet d’ober amañ ?

— « Yec’hed deoc’h ho taou ! » emezañ.

Ar marichal a evas e volennad sistr en ur glukadenn.

— « Sistr mat eo, marichal ? »

— « N’eo ket fall, Job. »

A-benn neuze, avat, an houarner kezeg en doa kemeret hent ar maez.

War an hent bras, ar baotred a c’hortoze, leun a anken. Petra ’oa c’hoarvezet du-hont ?

— « Daoust ha dont a raio en-dro ? » eme ar C’herriou.

— « E toull Satanaz eo aet, » a lavaras ar Saliou.

Ha soñjal a reas : e lur vutun karot diwezhañ n’eo ket paeet c’hoazh.

Nann, ar marichal ne oa ket bet debret gant Satanaz. Edo o tiskenn a-dreuz ar roz, e benn en un doare truezus.

Kerkent ha ma voe degouezhet war an hent, setu ar baotred, kurius, en-dro dezhañ, ha da c’houlenn :

— « He ! marichal… ha Satanaz ? »

— « Un den pe an diaoul ? »

— « Penaos e oa ? »

— « Tan a oa en-dro dezhañ ? »

— « Kerniel en deus ? »

— « Hag ur forc’h hir ? »

— « O ! o ! marichal, flastret eo ho fri ? Ho figur a zo leun a wad ! Petra ’zo c’hoarvezet ganeoc’h ? »

— « A ! n’ouzon ket petra ’zo c’hoarvezet, n’ouzon ket. N’ouzon netra ebet. »

— « Penaos ? N’hoc’h eus gwelet netra ? N’hoc’h eus klevet netra ? N’ouzoc’h netra ?… »

— Netra, netra, netra, nemet spontus eo. »

Ar marichal ne lavaras ket muioc’h.

Pa voe degouezhet ar baotred er gêr, ar merc’hed a c’houlennas diganto :

— « Hag e Karreg-al-Louarn ? »

Ar baotred a respontas d’o gwreg :

— « Satanaz, Satanaz a zo eno. Ar marichal a zo deuet en-dro, pladet dezhañ e figur evel ur grampouezhenn. Ha ne oar ket petra ’zo c’hoarvezet gantañ, n’en deus gwelet netra, n’en deus klevet netra, netra, netra ! Krediñ a ra deomp en deus kollet e holl skiant vat gant an traoù spontus en deus gwelet. »

En noz-se, e Landremel, e Pennavern, e Penn-Aod, den ebet ne gouskas dianken. Ar merc’hed a welas en o huñvreoù kerniel hir, ferc’hier lemm, tan-flamm ha daoulagad ruz. Hag e meur a di, er penn diwezhañ eus an noz :

— « Yann ! Yann !… »

— « Heu ? »

— « Savit buan ’ta, da welout hag eñ n’emañ ket Satanaz gourvezet dindan ar gwele ? »




UGENTVET HA DIWEZHAN PENNAD
D’ar gwener c’hoarzhadeg,
d’ar sadorn leñvadeg


Job a oa bet, er sadorn-se, e Kastellin, o kerc’hat ur c’holier nevez d’e varc’h limon. Diwezhat e oa, pa zeuas en-dro d’ar gêr, rak ar c’holier ne oa ket bet prest diouzhtu, e ti ar boureller. Job a oa droug ennañ. Edo e soñj mont da gavout e voereb da gomz dezhi diwar-benn an heritaj, ha setu n’en doa ket amzer !

— « N’eus forzh ! » emezañ dezhañ e-unan ; « warc’hoazh e vezo heol adarre. En noz-mañ, avat, e vezo satanazet an ti, ken na zrasko an holl draoù e Karreg-al-Louarn… »

Pa voe debret gantañ e goan, Lom a zeuas da di Job. C’hoari a rejont domino e-pad un eur bennak, ha goude, pep hini a yeas, diouzh e du, da gousket.

Ha pa voe lazhet ar goulou e kement ti, ha kousket kement den, Job ha Lom a savas goustad, goustad eus o gwele, a zigoras dor o forzh hep an disterañ trouz, gant aon da lakaat ar chas da harzhal, hag a gemeras adarre hent Karreg-al-Louarn.

Hini ebet anezho ne gerzhe dinec’h. Ankeniet e oant o-daou, evel ma vije bet ur gwalleur bennak o vont da gouezhañ warno.

— « Job ? »

— « Petra ’glevit, Lom ? »

— « Klevout a ran… klevout a ran… feiz ! n’ouzon ket petra a glevan. Klevout a ran trouz en drez, trouz en delioù sec’h, ha, koulskoude, n’eus ket, e beg ar gwez, ur berad avel. »

— « ’M eus aon e klevan trouz, ivez, Lom. »

— « Job, Job, petra ’zo du-se, war ar c’hleuz ? Ne welit ket un dra gwenn bennak, ha ne fich tamm ebet ? »

— « Gwelout a ran, Lom. Petra an tanfoeltr eo an dra-se ? Emichañs n’oc’h ket aonik, Lom ? »

— « Morse, Job. »

Mont a rejont da welout. Ne oa netra nemet al loar o skediñ war delioù gleb iliav ur wezenn derv.

Kenderc’hel a rejont da vont. Ul loen a dreuzas trumm ar wenodenn, dirazo.

Lom a reas ul lamm.

— « Bah ! Per ar C’honikl pe un Alanig al Louarn bennak o vont e-biou. Na gemerit ket spont gant kennebeut a dra, Lom ! »

— « O ! n’on ket aonik, Job, ha biskoazh ne gemerin spont ouzh ul loen, konikl, louarn pe hoc’h-gouez, zoken. Mes ankeniet on abaoe ar beure-mañ, ha n’ouzon ket perak. An noz, Job, n’eo ket bet evel kustum… »

— « A ! bah ! lavarit din ar wirionez ; aon hoc’h eus da vont da Garreg-al-Louarn abalamour m’eo deuet di, en noz diwezhañ, ar marichal daonet da welout ac’hanomp. Mes kredit ac’hanon, ne deuio ket div wech da glask lakaat e fri en hon aferioù-ni. Alo ! deomp ! »

Degouezhet e oant e Karreg-al-Louarn.

— « Deomp d’ar c’hraou ! Lom, d’ar c’hraou ! da sachañ hardi war lost ar pemoc’h ha da drubuilhañ ar yer war o c’hlud. »

Enaouiñ a rejont ur goulou.

Ar pemoc’h o oa gourvezet en ur c’horn, war plouz fresk, serret e zaoulagad bihan pikouzet. Ar yer a oa moredet war o c’hlud, souchet o fenn dindan o eskell.

Lom a gemeras ur skourjez, ha, dao ! an duchenn a zraskas tennoù er glud, a-hed hag a-dreuz. Ar yer, ar c’hilhog hag ar bolezig vihan a zihunas trumm hag a nijas spontet, betek toenn ar c’hraou ; ar pluñv a nijas kemend-all. Ar c’hilhog a zrailhas ur c’hokoriko war bazenn uhelañ ar skeul, hag ar yar a oa bet darbet dezhi dozviñ he vi diwezhañ.

Ar pemoc’h a reas houc’h ! houc’h ! pa begas Job en e lost.

A ! va Doue ! na pebezh cholori er c’hraou, d’ar mare-se eus an noz ! Ur reuz a oa eno da spontañ ar gristenion.

Ar yer a gokorikoe ar pezh ma c’hellent, ar pemoc’h a wic’he muioc’h c’hoazh, aon gantañ gwelout e lost o vont gant an diaoul.

— « Sach ’ta ! Job. »

— « Bec’h d’ar yer ! Lom. »

Ar c’hilhog, ar yar, ar bolezig, ar pemoc’h a gavas dezho, me ’zo sur, e oa satanazet ar glud hag ar c’hel.

Job a c’hoarzhe :

— « Bec’h d’ar yer ! »

Lom a c’hoarzhe :

— « Sach war e lost ! Job. »

Paour kaezh yer !

Paour kaezh pemoc’h !

Paour kaezh Job ivez ha paour kaezh Lom !

Rak, dor ar c’hraou a zigoras, hag un den, Herri Karreg-al-Louarn, a zeuas en diabarzh. An den a lavaras !

— « Hola ! paotred, petra ’c’hoarvez ? »

Petra c’hoarvezas ?

Job a resevas un taol botez en e benn-a-dreñv, ha Lom div wech kemend-all er memes plas.

Ar baotred a sellas ouzh Herri ; alvaonet e oant ha spontet d’o zro. Lom a lezas ar skourjez da gouezhañ, Job a ziskrogas diouzh lost ar pemoc’h.

Penaos ? Herri o tont en-dro ? Savet a varv da vev ? Pebezh burzhud ! !

— « Penaos, n’oc’h ket marv ? » a c’houlennas Lom.

— « Marv ? marv ? me marv ? Biskoazh kemend-all ! ! ! » eme Herri.

Ha neuze, gant an taol botez o doa resevet el lec’h a lavaran deoc’h, Job ha Lom a welas mat ne oa ket o eontr o sevel a varv da vev, mes, e gwirionez, un den evel an holl dud vev, kig hag eskern, penn-kil-ha-troad. Ha setu perak ar baotred a gemeras hent ar maez, ha, goude, hent ar gêr, kerkent ha m’o doa resevet, evit o brasañ damant hag o brasañ displijadur, un testeni start eus buhez bev-buhezek an hini na oa ket beuzet.

Herri a hope er c’hraou, goude ma oant aet kuit :

— « Biskoazh kemend-all ! biskoazh kemend-all ! Unan o reiñ al lerenn d’ar yer, hag an hini all o sachañ hardi war lost va femoc’h !… Ha va nized c’hoazh !… Gwelet em eus viltañsoù war an douar, mes biskoazh n’em eus graet anaoudegezh gant amprevaned evel ar re-mañ. Hag e krede dezho e oan-me beuzet !… Hag int o-daou, amañ d’an eur-mañ eus an noz ! O ! sur, int deuet da lazhañ ar yer ha da laerezh ar pemoc’h. »

Herri a yeas d’an ti.

— « Mari !… Mari !… »

Mari ebet ne respontas.

Ne oa Mari ebet en ti. Aet e oa da gousket da di he mignonez, da Gervetouz. Hag evel-se, Job ha Lom a satanaze an ti, en noz-se, evit netra.

Herri ne gomprene berad ebet er pezh a c’hoarveze.

Neuze e teuas keuz dezhañ da vezañ chomet da sistra e-pad eizh devezh.

— « Pelec’h eta e oa bet ? »

— « E Gwezeg, e Pleiben, e Lennon hag er C’hastell-Nevez. »

Ha bremañ en ur zont d’ar gêr, e kave re a dud en e graou, ha re nebeut en e di !…

War hent Lanurgad, Job ha Lom a oa nec’het ken na oant. An eil a lavare d’egile :

— « Brav emaomp ganti ! Lom. »

— « Domaj eo, Job, n’eo ket beuzet Herri. »

— « Ha pa vo gouezet hon istor ! ! A ! ar marichal a vo bremañ hir e deod ! »

— « C’hwi an hini a zo kaoz, Lom. »

— « C’hwi an hini eo, Job. »

Mont a raent o-daou, pep hini diouzh e du eus an hent ; Job a gamme a gleiz ha Lom a gamme a zehou. Mil mizer o doa bale.

Hini ebet anezho ne savas an deiz war-lerc’h. Klañv e oant o-daou. D’an dud a c’houlenne petra ’oa c’hoarvezet ganto, Lom a responte en doa paket tomm ha yen, en ur labourat, hag e c’houzañve poan dargreiz, ha Job a responte en doa tapet ur ruadenn gant ar gazeg wenn.

A-benn tri devezh, Job a oa pare. Edo o vont da sevel, war-dro kreisteiz, pa zeuas en ti paotr al lizhiri. Hag e oa ul lizher rekomandet evit Job ! Job a zigoras hag a lennas… Siwazh dezhañ ! paotr ar Giouidig a c’houlenne digantañ diouzhtu, diouzhtu, tri c’hant lur evit ar vag kollet. Job en em rentas neuze war e wele hag a gouezhas klañv evit tri devezh all.

Tri c’hant lur en doa da baeañ hep heritaj ebet ! !

Dre e bec’hed e oa bet kastizet.

Hag amañ emañ echu istor an ti satanazet, degouezhet e Lotei hanter-kant vloaz ’zo.


ECHU






TAOLENN


1. 
 7
 11
 17
 79
 91






— Imprimerie Commerciale —
de la S ” Union Bretonne du Finistère ”
—— Brest — N° 7859 ——
Skridoù Breizh - Brest - N° 10
Dépôt légal - 2e Trimestre 1944
Autorisation de la Commission de Contrôle
N° 19158






SB, priz : 46 lur