Buez Sant Anton a Badou/a-bezh
BUEZ
SANT ANTON
A BADOU
euz a Urs Sant-Frances
SKRIVET BERR-BERR
Gant an Aotrou POTRON, Eskop Jericho
Karget euz a afferiou an Douar-Zantel hag euz a Vissionou Urs S. Frances
LAKEAT A NEVEZ E BREZOUNEK
(An eisvet mil)
Gant an Aotrou KERSIMON, Person Ploumoguer
Chaloni a henor Eskopti Moulins hag Arc’heskopti Antivari
MOULET E BREST
E ty mouler ar « C’hourrier »
Ru Traverse, 18Monseigneur l’Evêque de Quimper autorise M. le Chanoine Kersimon à faire imprimer la présente traduction bretonne de la Vie abrégée de Saint Antoine de Padoue.
- Quimper, ce 29 Octobre 1896.
- J. CORRIGOU,
- Vicaire-Général.
- Vicaire-Général.
- J. CORRIGOU,
Pa beder eur zant bennag, n’euz
netra guelloc’h evit beza selaouet ganthan
eget kaout fizians enn he c’halloud.
Ar fizians-ze a deu dre an anaoudegez
euz ar vuez santel en deuz renet pe euz
an traou burzudus great gant Doue dre
he bedennou. Talvoudek braz eo eta
anaout ar peb brassa euz a vuez ar zant
on euz c’hoant da bedi araok goulen
netra diganthan.
Buez sant Anton a Badou, sant bras ar miraklou euz a Urs Sant-Frances, a vezo lakeat el loden genta euz al leorik-ma, great evit kreski an devosion hag ar garantez e kenver ar mignoun-ze da Zoue, leun a vadelez evit an oll hag ato prest da rei ho goulen d’ar re en em erbed outhan, hervez m’hen assur sant Bonavantur :
« Ouz sant Anton, eme an doctor-ma, e c’heller en em erbedi evit goulen kement grass ne c’heller da gaout nemet dre virakl. Dreizhan, an traou kollet a vez kavet, an dud klan a vez pareet, bolontez Doue a vez anavezet, ar gragez o deveuz ho goulen, ouz an afferiou diez e teuer a benn, etc. »
Goude beza kresket ar fizians en eur lenn buez ar zant, p’eo guir ne c’heller kaout ar grassou nemet dre ar beden great gant eur fizians vraz enn neb a beder, hervez ma lavar hor Zalver : « Petite et accipietis, goulennit hag o pezo, » eo eas gouzout petra vezo lakeat ; e vezo ennhan pedennou enn henor da zant Anton a Badou ; ar pedennou-ze a zo tennet euz a Vrevier ar Venac’h euz he Urs, pe euz a Rituel an Tadou karget euz ar Chapel brudet a zo ennhan korf ar zant, hag a ro kement a c’hloar da Urs Sant-Frances.
Ra blijo gant Doue e c’helfe al leorik-ma kreski, mui-oc’h-mui, ar fizians hag ar garantez e kenver sant Anton. Cetu petra c’houlen an hini en deuz he skrivet, hag eur beden ouspenn digant ar re he lenno.
Sant Anton, ganet e Lisboon, ar 15 a viz eost, a ioa mab da Vartin de Bouillon, ha da Dhereza Travera, tud a lignez huel ha brudet bras. Ferdinand oa an hano roet dezhan enn he Vadiziant.
Ar vam a ioa devot bras, hag a ziskueze aliez d’he mab an iliz dediet d’ar Verc’hez Vari savet-enn-env. Ar bugel a zelle outhi gant karantez tener eur c’hrouadur, karantez hag en devoue ato goude-ze evit ar Vam santel da Zoue. D’an oad a zek vloaz, e oue lakeat etouez ar gloer euz ar Gathedral, hag eno e oue eur skuer evit an holl dre he aket da studia ha dre he zevosion[1]. D’he bemzek vloaz, ez eaz enn eun Urs Chaloniet hag a heuille reolenn Sant-Augustin. Eno an holl a oue estonet ouz he velet o ren eur vuez ker skueriuz, oc'h heuilla vertuziou Jezus ha Mari, o tiskuez eur garantez heb he far hag eun humilite ar vrassa. Kement tamm amzer a c’helle da gaout dezhan he unan a dremene o pedi, o studia ar Skritur-Sakr ha leoriou an Tadou santel : evelse, evit guir, e teuaz e berr amzer da veza habil eun eston.
Er bloaz 1220, d’an oad a bemp bloaz var’nn-ugent, sant Anton a viskaz ar zae a vanac’h e kouent Tadou Sant-Frances e Olivares, hag e leac’h hano Ferdinand e kemeraz an hano a Anton. Da viz kerzu euzar memes bloaz, e savaz enn eul lestr evit mont d’an Afrik, en esper kaout tro da c’houzaon eno ar verzerenti ; mes terzienno bras a grogaz ennhan hag a badaz ganthan epad an nevez-amzer. Galvet e oue da zont enn dro gant he Superioret, hag edo dija tost d’ar Spagn, pa deuaz eun avel gre d’her poulza var aochou ar Sisiil. Ac’hano ez eaz da Asiz, hag eno e kavas sant Frances e penn eur Chabistr General. He humilite vras a reaz dezhan beza kemeret gant an holl evit eur spered berr hag eun azen, ha nikun euz a venac’h ar c’houenchou nevez ne felle dezhan he gemeret enn ho zouez. An tad Gratian, Provincial ar Romagn, o klevet lavaret oa Anton beleg, her c’hassaz da gouent ar Freret, pe ar breudeur lik, euz a Venez-Paol da lavaret an offerenn. Al labouriou disterra euz ar gouent, ar pinijennou kalet, ar c’holl-kousket hag ar iuniou, oa ar pez a garie muia epad an nao miz ma choumaz eno. Dre ar vuez kalet-ze, en doa c’hoant d’en em zigoll euz ar verzerenti en doa kement a hast da c’houzaon heb gellout hen ober.
E doug ar C’horais 1222, ar zant a oue galvet da vont d’ar Chabistr Provincial da Forbi. Er Chabistr-ze ez oa ive eur manac’h bennag euz a Urs Sant-Dominik. An Tad Gratian a bedaz anezho da ober eur zarmoun divar benn Doue. Ar re-ma a glaskaz digarez en eur lavaret n’oant ket goest da gomz dioc’h-tu var eur poent ken huel, o veza n’o doa ket sonjet araok. Enn eur zistrei neuze ouz Anton, ar Provincial a lavaraz :
« Sarmounit ’ta c’hui, » emezhan ! Ar zant, estonet, ne felle ket dezhan genta, dre humilite, kaout an henor-ze, en eur zigarezi n’en doa lennet, abaoue m’oa manac’h, leor all ebed nemed he Vrevier ; mes abarz ar fin e sentaz en despet d’he humilite, hag e tiskuezaz peger bras oa an tân euz a garantez Doue enn he galoun. He c’huiziegez, he spered lemm hag an nerz euz he gomzou a zouezaz kement an holl, ma oue heb dale hanvet gant ar Provincial da brezeger er Romagn. Prest goude, ar Patriarch santel, Frances a Asiz, o veza klevet komz euz he zantelez, her c’hargaz da brezek er c’harteriou all.
Pa edo gardianer Puy, er bloaz 1225, Anton a anavezaz eun noter iaouank. Petra bennag ma rene hema buez fall, ar zant her salude gant respet beb tro m’en em gave ganthan. An noter a gemere an dra-ze evit eur goaperez hag a glaske tec’het divar hent ar zant. Eun devez koulscoude ne c’hellaz ket miret da erruout ganthan, ha sant Anton her saludaz adarre evel kustum. An noter a zavaz kounar ennhan hag a lavaraz : « Pez fall ma’z oc’h, emezhan, n’ouzoun ket petra vir ouzin da blanta ar c’hleze-ma enn ho korf ; perak ta e rit-hu goab ac’hanon ? » — Ar zant a respountaz gant dousder, ar pez a rea dezhan he saludi evelse eo abalamour ma tlie divezatoc’h beza merzer da Jezus-Krist. An noter a hejaz he ziouskoaz hag a ieaz kuit.
Hag e guirionez, eur pennad goude, an noter-ze a jenchaz buez hag a ieaz assamblez gant he eskob da Jerusalem : eno an arabed hen lakeaz d’ar maro, goude beza he heskinet epad tri devez abalamour ma tifenne ar relijion zantel.
Nebeut amzer goude, sant Anton a oue hanvet da c’hardian e kouent Limoj. Epad m’edo eno, eur mana’h iaouank a daolaz he zae hag a guiteaz ar gouent en eur gass ganthan eur Bibl skrivet hag ispliket gant ar zant he-unan. Ar Bibl e doa kalz talvoudegez evithan, p’eo guir oa koustet dezhan epad pell amzer kalz poan ha kalz labour. Pa deuaz da anaout ar c’holl en doa great, Anton a reaz da Zoue eur beden kalounek ha leun a fizians, en eur c’houlenn digant he Zalver ar c’hras da gaout an tenzor-ze en doa kollet.
Neuze al laër, epad m’edo o kemeret
an teac’h, a velaz, enn eun taol, eun aneval
spontuz o tont da zailla varnhan, en
eur ordren dezhan kass ar Bibl enn dro
da zant Anton, ma n’en doa ket a
c’hoant da veza treinet dioc’h-tu d’an
ifern. Al laër, karget a spont, a zavaz
keuz ganthan. Dont a reaz enn dro hag
ez eaz d’en em strinka da dreid ar zant,
en eur rei dezhan he skridou presiuz
hag ouz er pedi d’her pardouni ha d’her
c’hemeret adarre e touez ar venac’h
iaouank euz ar gouent.
An Aotrou Doue en doa roet da zant Anton, neket hebken he c’houlenn, mes, abalamour m’en doa kement a fizians, en deuz roet dezhan ar c’halloud, hag a zo anavezet mad gant an holl, da lakaat kaout an traou dianket.
Enn eul leac’h distro e Briv, ez oa eur gouent, savet gant ar zant, hag a ioa stag ouz hini Limoj ha brudet dre ar miraklou nevez-great ennhi.
Bez’ez oa eur vam hag e doa kement a c’hoant da glevet sant Anton o sarmoun, ma lezaz er gear eur c’hrouadurik bian ha n’e doa nemethan, heb sonjal er gaoter (pe chodoron) nevez lakeat ganthi e kichenn an tan. P’oa echu ar zarmoun, e tristroaz d’ar gear, hag e velaz, o ! rann-galoun ! korf he bugel er gaoter e kreis an dour bero. Rak-tal e tap krog ennhan, hag ar rann-galoun e doa o tenna he mab euz ar gaoter ne c’helle ket beza brassoc'h eget ar joa e devoue pa velaz oa iac’h-beo.
Bez’ez oa eur vamm all hag evit mont d’ar zarmoun e doa lezet he c’hrouadur kousket enn he gavel. Pa deuaz d’ar gear, ar bugel a ioa mouget. Redet a ra ganthan da gaout ar zant, hag hema, goude beza her c’hemeret etre he zivrec’h, hen roaz adarre dezhi leun a vuez.
D’ar mareou-ze ive, e lammaz euz a galoun eun ozac’h ar goarissi en doa ouz he c’hreg abalamour da netra, hag hi koulscoude eur vaouez devod. Sant Frances o veza maro d’ar 4 a viz here 1226, daou viz goude, sant Anton a zistroaz d’an Itali hag a ieaz d’ar Chabistr General a Asiz ; eno e oue choazet evit beza Provincial ar Romagn.
Rimini a ioa, d’an ampoent, euz a holl geriou ar Romagn, ar muia ampoezounet gant ar falz-kredennou. Ar zant a lavaraz e rankje mont di da ober brezel d’ar falz-kredennou-ze. O veza klevet an dra-ze, an dud difeiz, gant aoun rag teod ar zant, en em glevaz da jom heb he zelaou, hag a aliaz ive ar bobl da ober eveldo. Sant Anton, p’oa savet er gador, a velaz dioc’htu o vont er meaz an nebeut tud a ioa deut d’ar zarmoun. Neuze e reaz eur beden da Zoue hag ez eaz var bord ar mor, gant eur c’huriuz bennag var he lerc’h. Eno e c’halvaz ar pesket a vouez huel, en eur bedi anezho da zont da zelaou meuleudiou an Aotrou Doue, pa ne felle ket d’an dud hen ober. Var ar ger-ze, eun niver braz a besket, o sevel ho fenn var gorre an dour, en em renkaz dirag ar zant hag a zelaouaz mad he gomzou. P’oa achu ganthan he zarmoun, Anton ho bennigaz hag a lavaraz dezho mont kuit. Kerkent an anevaled-ze a zentaz, a reaz eur blunjadenn er mor hag a ieaz kuit. Ar zant a zistroaz neuze ouz ar bobl-dud sebezet a zirede di, o klevet eur seurt burzud, a rebechaz dezbo ho nebeut a feiz, a ziskuezaz dezho, gant kement a nerz, an droug a ra ar pec’hed ha peger faoz oa ho c’hredennou, ma c’hounezaz da Zoue eun niver braz euz ar re a ioa eno.
Unan euz a dud difeiz Rimini, he hano Bonvillo, a ioa kaletoc’h eget ar re all. Burzud ar pesket n’en doa ket hen lakeat da jench kredenn ; enn esper zoken lakat Anton da goll ar brud vad en doa gounezet, e lavaraz dezhan evelhen : « Me gredo, emezhan d’ar zant, ema Jezus-Krist enn hosti konsakret, ma teu va loen, heb tamm abaoue tri devez, da lezel he gerc’h a gostez evit mont da zaoulina dirazhan. » Anton, spountet o klevet ar c’homzou heuzuz-ze, a roaz he assant evelato evit digeri he zaoulagad d’an den difeiz, ha d’an devez merket, e teuaz gant ar Zakramant santel, meulet ra vezo ! Bonvillo a deuaz ive gant he loen, hag a ginnigaz kerc’h dezhan. Neuze ar zant a c’halvaz al loen a vouez huel hag a ordrenaz dezhan adori he Grouer, kuzet enn hosti a zigasse dirazhan. Kerkent al loen a lez he gerc’h a gostez, a ia d’an daoulin, a stou he benn, hag a jomaz er stad-ze beteg ma z’eaz ar zant kuit gant ar Zakramant. Bonvillo a zigoraz he zaoulagad d’ar virionez, a reaz pinijenn hag a deuaz goude-ze da veza eur c’hristen mad. Sant Anton a reaz c’hoaz burzudou all evel hennez e Toulouz hag e Bourj[2]. Nebeut amzer goude e kavaz eun ampoezoun hag a ioa great da rei dezhan : her c’hemeret a reaz heb kaout drouk ebet.
Goude beza great he droiou a Brovincial enn Emilii, enn Istrii, er Frioul hag er C’harnii, ar zant a erruaz e Padou. Er gear-ma ez oa freuz pell a ioa, mes ar zant a lakeaz, heb dale, ar peoc’h ennhi hag a gassaz kuit ar falz-kredennou a ioa o ren. Neuze e savaz breuriez santel ar C’holombinet evit tud ar gear-ze distroet ouz Doue.
Ar zant a ioa o chom e ti Tizon de Campo Gierspiero ; hema a ioa souezet maro o velet he zantelez. Eun devez pa edo o tremen dre gichenn kambr Anton, peger bras n’oue ket he eston ouz her guelet oc’h ebatal gant eur bugelik koant ha lugernuz meurbet ! Tizon a anavezaz oa hennez ar Mabik Jezus deut da ziskuiza ar zant enn he labouriou evit gloar Doue, ha da zigas dezhan var an douar-ma an tanva euz a joaiou ar baradoz.
Ar Mabik Jezus a ieaz kuit, ha sant Anton, en eur zont euz he gambr, o velet Tizon chomet ato sebezet gant ar pez en doa guelet, her pedaz da jom heb lavaret grik da zen, euz an dra-ze ; hag hema ne lavaraz netra ken n’a oue maro ar zant.
Er C’hastelnevez, e Limouzin, sant Anton en doa bet a benn da nevez an heur vad da velet ar Mabik Jezus.
Epad m’edo e Padou, e teuaz da velet ar zant eun den iaouank, he hano Leonard, hag a anzavaz, en eur govez, beza roet dre vuanegez eun taol troad d’he vam. Evit ober dezhan kompren ar grevustet euz he faot, Anton a lavaraz : « An troad-ze a virit beza trouc’het. » An den iaouank pa erruaz er gear, a gemer eur benvek lemm, a zistag he droad dioc’h he c’har hag a guez heb anaoudegez d’an douar. He vam a zired ouz her c’hlevet o kueza, hag e kreiz he spount, e vel ervad petra zo kaoz a gement-se. Mont a ra dioc’h-tu da glask ar zant. Hema a deu da di an den iaouank hag a jôm mantret o velet he nerz kaloun. Kregi a ra enn troad trouc’het, hen lakât a ra ouz ar c’har, hag ho stagaz evelse an eil ouz egile. Roud an trouc’h hebken a jomaz anat, e testeni euz ar mirakl great gant sant Anton.
Eun den iaouank all, o veza deut da govez, ne c’helle lavaret ger gant he c’hlac’har hag he zaelou. Neuze ar zant a lavaraz dezhan skriva var eur felienn baper ar pec’hejou en doa great. An den iaouank a zentaz, hag epad m’edo ar c’honfessour ouz he lenn, ar geriou a uze dre ma lenne, hag ar felienn baper a deuaz adarre da veza guenn.
Anton a ioa c’hoaz e Padou, pa deuaz da c’houzout, a berz Doue, oa tamallet he dad da veza muntrer e Lisboon. Raktal e za enn hent gant ar fizians vraz da erruout abred aoualc’h evit hen tenna a affer. Mont a ra eta dirag al lez-varn da zifenn he dad ; mes, o veza ma ne grede ket ar varnerien ar pez a lavare, e kinnigaz dezho mont d’ar bez el leac’h m’edo an hini lazet.
Ar varnerien a jomaz balc’h ; mont a rejont koulscoude assamblez ganthan hag eur bobl-tud var ho lerc’h. Anton a ordrenaz neuze d’ar c’horf maro diskleria dirag an holl ha guir oa eo Martin de Bouillon en doa hen lazet. An hini maro, hag hen dija o vreïna, a zav, var ger ar zant, hag a lavar sklear ha freaz oa divlam Martin de Bouillon euz ar muntr a ioa bet tamallet dezhan, ha neuze e c’hourvez adarre er bez. Ar varnerien, goloet a vez gant ar burzud-ze, a laoskaz dioc’h-tu da vale an hini tamallet.
Epad an amzer-ze, Anton a ioa eat kuit hag en em gavaz adarre enn Arcella ; n’oa bet, dre volontez Doue, nemet eun dervez ha diou nozvez oc’h ober he dro.
Er bloaz 1228, Eccelino de Romano, den kriz hag ioulok, a iea etrezeg Padou, evit he c’hemeret dre nerz he armou. Anton a ziredaz d’he ambroug, ha dre interest evit gloar Doue, her gourdrouzaz stard da veza ken ourgouilluz ha ken ioulok. Lavaret a reaz an torfejou hag al laeronsiou great gant he zoudardet a lakaje malloz Doue da gueza var he ene, hag oa poent braz dezhan kuitaat an hent fall en doa kemeret hag a ia d’an ifern, anez, neket hebken e tenje var he hano dismeganz an dud, mes e varfje enn dizesper hag er stad a bec’hed evel m’en doa bevet. Spountet gant gourdrouzou ar zant, Eccelino a deuaz da veza humbl, a laka he c’houriz-kleze enn dro d’he c’houzok, hag en em daol d’an daoulin dirag sant Anton, ouz her pedi da c’houlenn digant Doue pellaat diouthan ar goaligner a dlie kueza varnhan.
Ar zant a zistroaz neuze da Badou
evit mont goude-ze d’an Emilii.
Erruet e Ferraar, Anton a velaz eun itroun ankenniet o tiredet d’he gaout. Dont a rea d’her pedi da lamet euz a galoun he fried ar goarissi en doa kemeret outhi heb digarez ebet. Ar goarissi-ze a oa ker bras, ma lavare n’oa ket dezhan he grouadur nevez-ganet, ha, gant ar froudenn-ze deut enn he spered, en doa sonj da lamet ho buez digant ar vam hagar c’hrouadur. Anton en devoue truez ouz ar vaouez keaz-ze, a roas dezhi nerz kaloun, hag he aliaz da lakaat he holl fizians e Doue, ne zilez morse an dud divlam. Nebeut amzer goude, ar zant a erruaz gant ar pried diskredik-ze, a ioa o kaozeal gant tud chentil-all : edo ive chomet a za da gaozeal gantho, pa deuaz da dremen ebiou ar vam ankenniet, ha var he lerc’h he c’hrouadur var breac’h eur vaouez. Ar Zant a reaz dezho chôm a za, en em lakeaz da ober chalantiz d’ar bugel bian, hag a c’houlennaz diganthan pehini euz an aotrounet-ze a ioa tad dezhan. An dud chentil a vusc’hoarze, o c’houzout ervad ne c’helle ket c’hoaz ar paour keaz bian-ze kaozeal. Mes hema, o sellet pikant ouz an aotrou diskredik, a lavaraz gant eur vouez sklear ha freaz : « Hema eo va zad. » Ar re a ioa eno a jomaz mantret, hag an tad a lezaz he voarissi disleal a gostez, hag en devoue adarre evit he c’hreg an istim a ioa dleet dezhi.
Goude beza bet e Ferraar, Anton a
erruaz e Florans er bloaz 1229. Ar gear-ma
a ioa barbinimet gant an uzurerien.
Eun uzurer o veza deut da vervel, ar
zant a oue pedet da ober eur zarmoun
gaon, dirag ar c’horf, hag e kavaz tro
da zevel he vouez a eneb an avaristed :
« Ar pec’het-ze, emezhan, a laka an den da veza maleuruz er bed-ma, ha kalz maleurussoc’h c’hoaz er bed all. Evelse a c’hoarvez gant ene an den maro-ma, kondaonet hirio da boaniou an ifern evit ato, e kreiz an dialou. It d’he denzor hag e kavoc’h ennhan he galoun etouez an arc’hant a garie kement ! »
An dud, souezet o klevet an dra-ze, a redaz da di an den avariuz, a reaz d’he heritourien digeri he denzor, hag eno, etouez an arc’hant, e kavjont he galoun hag a ioa tom c’hoaz. O veza distro d’an iliz, e tigorjont ar c’horf hag e veljont n’oa kaloun ebet ennhan ! — Spountet gant eur mirakl ker bras, eun niver bras a dud a guiteaz ho c’harantez dreist-voder evit an archant.
Ar zant a ieaz goude-ze d’an Alvernii ;
eun eston eo an eneou a c’hounezaz eno
da Zoue dre he zarmoniou hag he viraklou.
En eur zistrei euz an Alvernii da Florans, e chomaz eur pennad enn Arezzo. Eno ez oa eun den hag a ioa ken douget d’ar goler ma seblante e guirionez beza kollet he skiant pa’zea drouk ennhan. Hogen, eun devez he c’hreg o veza lavaret eur ger bennag da zisplijout dezhan, ez eaz kement a gounnar ennhan, m’en em lakeaz da lopa varnhi a daoliou daouarn hag a daoliou treid, ha, goude beza disvlevet ha diskroc’hennet he fenn, e taolaz anezhi er porz. He zervicherien, diredet ouz he c’hlevet o krial, a zavaz ar vaouez keaz anter varo hag he dougaz d’he guele. Evelato, p’oa tremenet he varrad, an aotrou-ze a deuaz ennhan he-unan, hag o tont da zonj dezhan euz a zantelez Anton, e tired, ker mezuz ha tra, d’en em strinka d’he dreid, en eur anzao he bec’hejou hag en eur bedi anezhan da gaout truez ouz he c’hreg maleuruz. Ar zant a ieaz da gaout ar vaouez-ze, en em lakeaz da bedi hag a vennigaz anezhi. Kerkent e velaz ar bleo a ioa bet difframet euz he fenn o tont adarre d’ho flass, hag e savaz euz he guele leun a nerz hag a iec’hed.
Goude ar mirakl-ze, sant Anton a gendalc’haz da ober he dro a Brovincial hag a ieaz, er bloaz 1230, d’ar Chabistr General da Asiz.
Ar Chabistr General her c’hargaz da vont da gaout an Tad santel ar Pab, Gregor IX, da ober eur gevridi. O veza m’edo ar Jubile, oa diredet eun niver braz a dud da Rom euz a gement korn zo er bed kristen. An Tad santel a fellaz dezhan lakat Anton da brezeg dirazan ha dirag tud he balez a vel d’ann holl. Ar bobl, petra bennag n’en doa ket a esper d’he entent, a ioa deut a vandenn d’he velet. Mes peger souezet oa bet ann holl pa glevaz pephini anezho ar zant o prezeg enn he langaj, ken sklear ha ker freaz ha n’euz forz piou ! Neuze o velet pebez prezeger dispar oa sant Anton, eo e lavaraz an Tad santel ar c’homzou-ma : « Arche des deux Testaments et archives des Saintes Ecritures, » (An dra-ze a zinifi en doa ar zant desket mad ar skritur-sakr penn-da-benn ha kement o deuz lavaret an Tadou santel euz an Iliz).
Anton a zistroaz euz a Rom gant bennoz an Tad santel ar Pab, hag a reaz he sonj da vont da Badou, da jom evit mad : ar gear-ze eo a garie muia ; erruout a reaz ennhi da viz dû euz ar bloaz 1230. Pemp bloaz ha tregont en doa neuze.
An niver braz a eneou en deuz gounezet
da Zoue dre he zarmoniou hag he
viraklou, d’ar mare diveza-ze euz he vuez,
a ziskuez peger braz oa he zantelez.
Goude beza tremenet goueliou ar Pantekost e Padou, Anton a ieaz epad eur miz da Gampo-Sampiero. Eno en em roaz d’ar rusta pinijenn heb ober vân euz ar c’hlenvet en doa, hag er c’hasse nebeut-a-nebeut d’ar bez. Erfin, o santout oa tost ar mare dezhan da guitât ar vuez-ma evit mont d’ar vuez a bado ato, e tiskuezaz kaout c’hoant da veza kasset da gouent Santez-Mari. Eur c’harr a oue klasket evit kementse, rag re glanv oa da c’hellout ober an hent var droad. Mes, o veza erruet e kichenn Arcella, an dud a ioa assamblez ganthan, o velet peger sempl oa, a lezaz anezhan er gouent-ze. Eno, goude beza kovesseat, Anton a ganas au hymn : O gloriosa Domina, a lavaraz psalmou ar binijenn, a resevaz Sakramant an Nouen, hag, eun anter-heur goude m’oa eat toc’hor, e roaz he ene benniget da Zoue, d’an 13 a viz even 1231, d’an oad a c’hueac’h vloaz ha tregont. Kerkent, ar vugale vian en em lakeaz da grial dre ar ruiou e Padou : « Ema maro ar Zant ! »
Tud Padou, diredet da Arcella, a voualc’haz he gorf gant ho daelou, en eur bedi anezhan da gaout ato evitho ar garantez en doa diskuezet dezho epad he vuez. Ar Pab Gregor IX en doa, guelloc’h eget nikun, anavezet sant Anton a Badou, hag hen diskleriaz sant er bloaz varlerc’h, an 20 a viz mae, deiz ar Pantekost.
E meur a leac’h, e Frans, e vez pelerinachou hag a zo darempredet kalz gant ar re zo devot da zant Anton.
1° E Brive-La-Gaillarde e vez pelerinach.
Eno e veler ar c’herrek kleuz el
leac’h ma karie ar zant en em denna pa
edo er gear-ze.
2° E Lyon e vez pelerinach. Enn iliz sant Bonavantur ez euz eun aoter dediet da zant ar miraklou. An niver bras a dud fidel a ia di, hag an testeniou heb niver digasset gant ar belerinet evit kaerat anezhi, a ziskuez ar fizians o deuz tud Lyon er zant-ma.
3° Er Hautes-Buttes, e kichenn Montherme, e departamant an Ardennes, ez oa pelerinach guechall hag a zo savet adarre a nevez eun nebeut blaveziou-zo. Deiz gouel sant Anton, e vez guelet eno ouspenn 3,000 pelerin deuet euz ar Beljik hag euz a goztez an anter-noz d’ar Frans, da c’houlenn grassou digant ar zant~ze, gloar Urs Sant-Frances.
4° E Paris, impasse de Saxe. An niver bras a draou a veler e chapel seurezet santes Clara, lakeat enn dro da imach ar zant evit he drugarekaat, a ziskuez sklear e plij da zant Anton rei ho goulenn d’an dud fidel en em erbed outhan.
5° C’hoarezet hon Urs, konsakret da Vari, hag a ia d’ar Missionou o deus, e Vanves, tost da Baris, eun Iliz savet en henor da S. Anton. Enn ho zi e vez moulet skridou Urs S. Frances. S.Anton eo ho Fatron, hag enn he Iliz eo e tigemerer ar bara a vez roet d’ar paour.
- Goulennit gant fizians digant S. Anton ar pez o peuz kollet, hag her c’haffot.
- (S. Bonavantur).
- Goulennit gant fizians digant S. Anton ar pez o peuz kollet, hag her c’haffot.
Devosion ar bobl kristen evit S. Anton hag he fizians enn he zantelez a zo anavezet gant an oll. Kalz Ilizou a zo savet enn he henor e pep leac’h. He imach hag he boltret a zo skignet dre ar bed oll ; he c’houel a vez great gant eur respet hag a ia var gresk bep bloas. Ar penn kaos euz ar fizians-se a zo er zant, a deu, hep douetans ebet, euz ar c’halloud dispar en deuz an Aotrou Doue roet dezhan da ober burzudou bras. Kement hini a deu d’en em erbedi outhan, a receo grasou bras meurbet.
S. Bonavantur, an Doctor braz, hen
deuz meulet galloud S. Anton dre ar
c’homzou-ma : Si quæris miracula.
Ma klaskit burzudou, en em erbedit ouz S. Anton ; din eo da veza galvet gant an Iliz Sant ar Miraklou.
Ma teu eta ar zant da skoazella ar re en em erbed outhan ; ma teu da obten digant Doue pareans ar re glanv, ha da bellaat kalz goalinier diouz an dud, dre he c’halloud her guelomp bemdez o renta ar pez o deuz kollet d’ar re en em erbed outhan. An oll a rento testeni euz a gement-ma.
Galloud S. Anton n’en em ziskuez ket
epken evit renta d’an dud madou ar
bed-ma ; obten a ra ouspenn madou an
ene d’ar re o deuz ho c’hollet dre ar
pec’het. Var an douar-ma S. Anton a
ioa he galon intanet dre ar garantez.
N’hen doa ken ioul nemet gounit da Zoue
eneou ar baïanet, ha distreï var an hent
mad an heretiket hag ar bec’herien. Ne
ket eston eta en deffe ar zant-recevet,
enn Env, ar c’halloud da dostaat ouz
Doue ar bec’herien geiz a zo e stad a
bec’het marvel.
Cetu perag, kristenien kalonek hag a renk huel, o deuz sonjet sevel e Iliz brudet S. Anton, e Rom, eur vreuriez nevez hanvet Breuriez S. Anton. Gant ar re genta, an Aotrou Lucido-Maria Parocchi, Cardinal ha Vikel Vras hon Tad Santel ar Pab, en deuz kavet mad ar zonj ze. Hen he-unan en deuz benniget ar mean kenta, ha konsakret an Iliz assamblez gant 10 Eskop euz a Urs S. Frances.
E meur a leac'h evit guir, ha dreist oll
e Ilizou menac’h S. Frances, euz bet
savet Breuriezou enn henor da S. Anton
a Badou. Mad oa koulscoude sevel unan
e Rom, e kear veur an Iliz katolik. E
kouent S. Anton eo bet savet. Eno eman
o chom Superior Jeneral oll vugale S.
Frances. Kement hini a deu da Rom a
vezo eaz dezhan anaout ar Vreuriez,
lakaat he hano ennhi. Dre-ze e kresko
muioc’h-mui he zevosion d’ar zant, hag
her pedo da zikour an Eneou da vont
d’ar Baradoz.
1° Evit trugarekaat an Aotrou Doue euz ar burzudou dispar a deu deomp dre c’halloud S. Anton, hag euz ar c’hloar roet dezhan enn Env ha zoken var an douar.
2° Evit goulen digant S. Anton ma teuïo, dreizhan digant Doue, grassou bras a zilvidigez :
A) Evit ma kavo ar baïanet, ar iuzevien, an heretiket, ar schismatiket, an dud aheurtet, ar sklerijen a vank d’ezho, pe d’her chaout, m’ho deuz her c’hollet.
B) Evit ma teuï ar bec’herien geiz ken karet gant S. Anton da zistreï ouz Doue dre eur guir binijen.
C) Evit ma kendalc’ho ar Breudeur hag
ar C’hoarezet euz an Trede Urs da viret
bepred ho Reolen, ha m’ho deuz hen
dilezet, d’her miret a benn da nevez.
D) Evit ma kavo ar beorien ho bara pemdeziek.
E) Evit ma vezo rentet ho danvez hag ho brud vad d’ar re ho deuz ho c’hollet.
3° Lavaret teir guech bemdez ar Gloria Patri evit trugarekaat an Dreïndet sakr euz ar c’halloud burzuduz roet da zant Anton.
4° Lavaret bemdez enn he henor eur Bater, un Ave, hag eur Gloria Patri.
5° Reï eun aluzen d’ar paour be veach ma vezo recevet eur c’hras bennag digant S. Anton.
6° Kass d’an Tad a zo e penn ar Vreuriez anaoudegez, dre skrid, euz ar c’hrassou a zo bet. Araog he gass, reï anezhan da zina d’ar c’hovessour, pe da eun den leal bennag. Ar paper-ze a vezo lakeat e kouent S. Anton.
7° Kovez ha komunia d’an 13 a viz Even, deiz gouel ar zant, pe eun dervez bennag euz an Eisvet.
8° Kass an hano, al lezhano, hano ar vro hag ar barrez d’an Tad choazet gant ar Superior Jeneral Urs S. Frances, hag a zo e chom e Rom, viâ Merulanâ, 124.
9° An oll a dle miret, a boent da boent, ar pez a zo merket diaraog.
10° Kerkent ha ma vezer recevet er Vreuriez, pep hini en deuz perz enn oferen a vez lavaret bep meurs evithan hag evit an holl madoberourien e Iliz S. Frances. Enn Iliz-ze e vez lavaret bemdez 50 oferen pe ouspenn.
11° An Tad Superior a ro da anaout
d’an oll o deuz perz bemdez e oberou
mad an Tadou euz an Urs.
Lucido-Maria Parocchi, dre c’hras Doue Cardinal, Eskop Albano, ha Vikel Vras Hon Tad Santel ar Pab, etc.
Breuriez S. Anton a Badou a zo bet savet evit kreski an devosion da Zant ar Miraklou, evit embann he c’halloud dispar, hag evit obten digant Doue dre he skoazel grassou bras evit an Ene hag evit ar c’horf.
Dre c’halloud Hor c’harg, e embannomp, hervez lezennou an Iliz, Breuriez S. Anton a Badou, savet enn he Iliz, viâ Merulanâ, tost da Iliz veur Sant Ian Latran. Reï a reomp hor sinatur d’ar Reolen a zo ennhi pevar chabistr ha pevarzek artikl.
Roet e Rom, e palez Vikel Vras Hon Tad Santel ar Pab, 13 a viz c’huevrer 1894.
- L.-M. Parocchi, cardinal ha vikel vras.
- Pierre Checchi, sekretour
- Pierre Checchi, sekretour
Ar paper ma a zo henvel ouz an hini a zo e Rom, 14 a viz c’huevrer 1894.
- P. Checchi.
Induljansou roet d’ar re a zo e Breuriez S. Anton a Badou, 4 a viz mae 1894.
I. — 1° D’an deiz ma vezer recevet pe d’ar zul varlerc’h.
2° Deiz gouel S. Anton a Badou (13 a viz even).
3° D’an deiz ma zoa savet he Relegou (15 a viz c’huevrer).
4° D’ar re a dostaïo ouz ar zakramanchou trizek meurs dastu enn henor d’ar zant, da joaz ar meurs ma karer da gomans. Induljansou plenier bep meurs epad an trizek sizun-ze, gant ma vezo kovesseat, komuniet ha pedet enn eun Iliz pe enn eur chapel bennag evit Hon Tad Santel ar Pab.
5° Da heur ar maro, goude kovez, komunia ha lavaret a galon, da vihana, an hano Santel a Jezus.
II. — 1° Induljansou a zeiz vloaz ha seiz guech daou ugent dervez pep deiz euz an navet araog gouel S. Anton (13 a viz even).
2° Kant devez en eur lavaret bemdez tri Gloria Patri evit trugarekaat an Dreïndet Sakr euz ar c’halloud burzuduz roet da Z. Anton.
3° Kant devez bemdez en eur lavaret eur beden bennag e intansion ar Vreuriez.
An oll Induljansou-ze diskleriet ha skrivet e Rom, a zo bet roet evit ato. Talvouduz int evit Eneou ar Purkator.
Sant Anton, maro d’ar guener 13 a viz
even, ne oue anterret nemet d’ar meurs
varlerc’h. Ar burzudou c’hoarvezet enn
devez-ze gant an dud en em erbedaz ouz
ar Zant, a ioa ken niveruz ha ker sklear, ma oue, dre anaoudegez vad, choazet ar
meurs dreist an deveziou all evit he
henori. D’ar meurs ispisial ez eat muia
da bedi var he vez, hag an holl e Padou
kouls lavaret, a grede ne vanket morse
da gaout kement tra a c’houlennet diganthan
enn deiz-ze. Setu ama petra reaz d’ar
greden-ze beza c’hoaz startoc’h : Er bloaz
1617, eun itroun a renk huel euz a Bologn
en em erbede c’huek ouz sant Anton evit
kaout eur c’hras dreizhan. Eun nozvez,
epad he c’housk, e velaz ar Zant hag a
lavaraz dezhi : N’o peuz nemet mont da
bedi epad nao meurs dirag va imaj da iliz
sant Frances hag o pezo ho koulen. Senti
a reaz ouz ar zant hag e devoue ar pez a
c’houlenne. An Tadou euz a Urs Sant-Frances
a reaz embann ar mirakl-ze en
eur skigna an devosion d’an nao meurs.
Pedennou an nao meurs a c’heller da
ober epad nao devez diouz-tu. Pedennou
an naved-ze a zo ama varlerc’h ; bez ez
int eun eienen a c’hrassou evit an nep
ho gra.
Evit beza surroc’h da gaoutar grassou a c’houlenner dre an naved, n’euz netra guelloc’h eget he c’houmans dre eur govession vad. Doue, eme ar Skritur Sakr, ne blij ket dezhan rei ho goulenn d’ar bec’herien. Mad e ve ive achui dre eur gommunion vad.
Alia a reomp c’hoaz an dud fldel da vont da bedi dirag aoter ar zant, ha da ober eun aluzenn mar gellont.
Va Doue, grit ma vezo sklerijennet
hon eneou ha tomet hor c’halounou gant
gras ar Spered-Santel, epad m’emaomp
var hon daoulin dirazoc’h o vont da zonjal
a zevri e vertuziou ho servicher bras.
Kerkent ha ma santaz ar zant oa galvet gant Doue da vont da gouent relijiuzet Sant-Augustin, e reaz raktal an dilez euz an henoriou hag euz ar pinvidigeziou a dlie dont dezhan dre he lignez huel. Senti a reaz dioc’h-tu ouz bolontez Doue hag e kinnigaz dezhan he ene, a ioa dija lakeat ker kaer gant he vam ; iaouank flam oa c’hoaz pa gemeraz ar zae a vanac’h.
Dalc’homp sonj euz ar pez a dleomp da Zoue dre hor badiziant, ha lakeomp stard enn hor spered da zelc’her mad d’ar promessaou hon doa great neuze dre c’hinou hor paeron hag hor maeronez ; greomp fae var blijadurezou trompluz ar bed ha sentomp heb dale ouz mouez ar c’hras.
Hon Tad… |
Pater… |
Va Doue, diganeoc’h e teu pep pinvidigez ; roit deomp, dre veritou sant Anton, ar c’hras da zisprijout madou ar bed-ma evit hoc’h heulia dre hent ar baourentez hag an disprijans ; distagit hor c’haloun diouz kement tra a c’helfe miret ouzomp da zenti ouz mouez ho kras, evit ma c’hellimp en em rei deoc’h evit mad, rag ennoc’h hebken ema an eurusted guirion hag heb fin.
Mar c’hoantait kaout miraklou, |
Si quœris miracula, |
Oll, dirazhan a rank tec’het. |
Ægri surgunt sani. |
D’ar Mab ha d’ar Spered-Santel.
PEDOMP
Ra vezo hoc’h Iliz, o va Doue, karget a joa dre bedennou sant Anton benniget, ho konfessor, evit ma vezo bepret harpet dre ho kras, ha ma c’hello kaout ar joaiou hag a bado ato, dre hor Zalver Jezus-Krist. Evelse bezet great ! |
OREMUS
Ecclesiam tuam, Deus, Beati Antonii confessoris tui commemoratio votiva lætificet, ut spiritualibus semper muniatur auxiliis et gaudiis perfrui mereatur æternis. Per Christum Dominum nostrum.
|
(Hon Tad Santel ar Pab Pii IX, dre eul lizer euz ar 25 a viz genver 1876, en deuz roet kant devez induljansou da c’hounit d’ar re a lavaro ar responchou-ze, hag eun induljans vras, var bouez kovez, kommunia ha pedi hervez intantionou Hon Tad Santel ar Pab, d’ar re ho lavaro epad eur miz).
Netra guelloc’h, evit achui peb devez euz an naved, eget ar bedenn a blije muia da zant Anton, desket dezhan gant he vam p’edo c’hoaz bianik, ha lavaret ganthan d’he heur diveza.
O Gloriosa Domina |
O Itron glorius meurbet |
Intrent ut astra flebiles, |
Dreizoc’h eo e za d’an envou |
(Epad an naved, e vezo gellet ober ar
memes pedennou bemdez gant ar pez zo
merket evit peb devez).
Roue Maroc en doa merzeriet pemp relijiuz euz a Urs Sant-Frances. Ar guel euz a relegou ar verzerien-ze a reaz d’ar zant kaout kement a c’hoant da skuill he c’hoad evit Jezus-Krist ha da veza santelloc’h, ma viskaz dioc’h-tu sae ar Breudeur-bian ha ma en em lakeaz e penn an hent da vont d’an Afrik da glask ar verzerenti ; mes eur c’hlenved a deuaz dezhan hag a viraz outhan da gaout ar pez a glaske. Abalamour da-ze en em lakeaz da iun ha da ren eur vuez kalet evit beza merzer dre ar binijen.
Ma n’omp ket galvet da skuill hor goad
evit ar Feiz, arabad deomp ankounac’haat
e tleomp da viana brida hon techou
fall, en eur bellaat diouzomp kement tra
a c’helfe hon lakaat da zisplijout da
Zoue.
O Jezus, va Zalver, nag a gemm a zo etre ho servicher fidel ha ni ! Hen en doa c’hoant bras, dre garantez evidoc’h, da skuill he c’hoad evit ho kloar, ha ni ne ouzomp ket zoken diouall diouz hon techou fall nag ober brezel dezho. O va Doue, roït deomp ar c’hras, dre bedennou sant Anton, da zigeri hon daoulagad, da guitaat hent ar pec’het, ha da veva e guir gristenien en eur ober pinijenn er bed-ma, evit beza eüruz er bed-all.
Sant Anton, evithan da veza guiziek bras hag euz an dud desketta, a glaske ato kuzat he vouiziegez evit miret ouz meuleudi an dud, hag en deveze c’hoant da dremen evit eun azen hag eun den gros.
Dalc’homp sonj e tleomp kuza muia ma c’hellomp, dirag daoulagad an dud, ar pez a zo a vad ennomp, ha mar deo red deomp hen diskuez, arabad deomp da viana kemeret fouge evit an dra-ze.
O Jezus, din da veza karet, peur e c’hellomp-ni ive beza din euz ho karantez ; ni ne glaskomp nemet beza henoret, beza guelet ha beza meulet evit an distera tra a reomp, heb sonjal eo diganeoc’h e teu deomp kement munud-mad hon euz. Abalamour da zant Anton, plijet ganeoc’h lamet ar fougerez euz hor c’haloun, evit ma santimp ne domp netra ha ma veritimp ho trugarez.
Sant Anton a zo bet goal gasset gant an heretiket e meur a gear enn Itali, droug prezeget gant he enebourien ; en despet d’an dra-ze ne golle ket a basiantet, hag, evel hor Zalver, e pede Doue, heb ean, da gonvertissa an heretiked-ze ha da bardouni he enebourien.
Evit ober evel-d-han, gouzanvomp hiviziken a galoun vad an dismegansou aberz hon nessa, ha pedomp evit ar re a ra droug deomp.
O va Jezus, leun a zousder, c’hui o peuz desket deomp, dre ho skuer ha dre ho komzou, peger kaer eo gouzaon gant pasiantet ha pardouni an offansou ; kemerit truez ouzomp, rag ne c’hellomp gouzaon an disterra tra, hag ato emaomp o klask en em venji.
Abalamour d’ar garantez en doa ar
Zant-ma, roit deomp ar c’hras da
c’houzaon, a galoun-vad, kement tra a
errufe ganeomp, e pinijen d’hor pec’hejou,
ha neuze, goude beza paet evel-ze
hon dle d’ho Justis, e veritimp beza ive
pardounet ganeoc’h.
Sant Anton a ioa leun a garantez evit he grouer ha n’en deveze morse an disterra sonj hag a chelje hen distrei dioc’h Doue. He galoun a ioa ken distag dioc’h traou an douar, ma ne c’helle kaout tam plijadur e netra euz ar pez ne deue ket dezhan digant Doue pe euz he berz.
Klaskomp, evel ar zant-ma, karet Doue dreist pep tra, ha ra vezo dalc’hmad hor sonjou troet etrezeg an env.
O va Zalver karantezuz, c’hui hebken a virit oll garantez hor c’haloun, ha koulscoude, siouaz ! e karomp an traou krouet dre eur garantez direiz. Evidoc’h eo o peuz hor c’hrouet, roit deomp eta ar c’hras ma vezo, evel ar zant-ma, devet hor c’haloun gant an tan euz ho karantez, ha ma n’or bezo ken plijadur er bed-ma nemet ouz ho servich epad hor buez. N’euz nemedoc’h hag a vedin da gaout hor c’haloun.
Sonjomp pegement e kare ar zant-ma ar baourentez a gomzer anezhi enn Aviel ; dilezel a ra he zanvez, disprijout a ra madou an douar, refus a ra gant eur goler zantel ar presanchou kaer a zigasset dezhan aberz Eccelino, hag, en eur chasseal a zirazhan kannadet an tirant-ze, e lavar dezho : « It da lavaret d’ho mestr ne fell ket din ranna ganthan tra ar bobl paour. »
O velet petra rea ar zant, lakeomp
doun enn hor spered da zistaga hor
c’haloun hiviziken diouz ar binvidigez,
penn kaoz a gement a zroug. Ma on eus
danvez, diouallomp da staga hor c’haloun
outho ; ha m’ar domp paour, arabad
deomp klask beza pinvidik, p’eo guir
d’ar maro e vezo red kuitaat pep tra.
Jezus madelezuz, diganeoc’h e teu ar madou guirion ; c’hui zo en em c’hreat den ha plijet ganeoc’h beza paour evit deski deomp disprijout traou ar bed-ma : roit deomp ar c’hras, dre garantez ar Zant, da ober eveldhan, o tistaga hor c’haloun dioch kement a c’helfe hor pellaat diouzoc’h, hag o tisprijout pinvidigeziou ar bed-ma evit meritout kaout madou an env epad an oll eternite.
Ar Zant en doa ar brassa aoun da goll ar stad a zantelez enn he galoun, hag evelse e c’hellaz e diouall dioc’h ar pec’het marvel. Ne c’heller ket lavaret peger bras kassouni en doa ouz ar monstr-ze euz an ifern : ober a ra dezhan ur brezel eb ean, neket hebken evithan he-unan, mes ive evit he nessa. Evelse ne skuize ket o prezeg evit ober d’ar bec’herien kuitaat hent ar pec’het. Red eo deomp ive, hiviziken, kounnari ouz ar pec’het marvel ; red eo deomp diouall da gueza ennhan morse, ha sikour hon nessa da ziouall outhan dre hor skuer hag hon aliou mad.
O va Jezus muia karet, c’hui o peuz
trec’het ar pec’het en eur vervel var ar
groaz ; dre garantez evit ar zant-ma, en
deuz great dezhan eur brezel heb ean ha
tennet anezhan kement a eneou, roit
deomp ar c’hras da ober brezel dezhan
ive ; sklerijennit hor spered, ma teuimp
d’her c’hassaat ha da ziouall outhan, evit
na vezo ket kollet ar goad presiuz o
peuz skuillet evidomp, mes evit ma hon
diouallo dioc’h an droug-spered ha ma
teui da veza penn kaoz hor zilvidigez.
Sant Anton a veze ato var evez ouz he skianchou, gant aoun ne vijent kaoz dezhan da gaillara he ene ha da goll ar vertuz kaer-ze, a zao ken huel an den hag hen laka, koulz lavaret, da veza henvel ouz an elez.
Arabad deomp ankounac’haat e tleomp beza atao eveziant da ziouall ouz hor skianchou, ar penn-kaoz euz an darn-vuia euz hor pec’hejou. Diouallomp hiviziken, pep hini enn he stad, da goll tenzor presiuz ar burete.
O Jezus trugarezuz, anzao a reomp dirazoc’h eo ar re a gabestr on euz roet d’hor skianchou, a zo bet kaoz deomp da gueza e kalz pec’hejou. O pet truez ouzomp, ni ho ped ! Roit deomp, dre veritou sant Anton, ar c’hras da ziouall guelloc’h hor skianchou enn amzer da zont, ha da zerc’hell penn da dentasionou an droug-spered. Ni bromett deoc’h e vezimp hiviziken guelloc’h da bedi, da ziouall ouz ar goall danjerou, ha da heuilla ho lezenn, evit m’on devezo ar c’hras da veva ganeoc'h ha d’ho meuli epad an eternite.
Guelomp ar Zant erru e fin he vuez. Karget eo a veritou ha kaer dre he vertuziou. Ar Verc’hez Vari a zo enn he gichenn ; lakaat a ra he ene etre daouarn he Zalver, hag e za da reseo diganthan, evit he labourou, ar rekompans hag a bado ato.
Mar fall deomp kaout ar memes rekompans,
dalc’homp sonj e tleomp beva
e guir gristenien ha bale enn hent euz
ar zantelez beteg heur hor maro.
O Jezus, a ro d’ho kuir zervicherien ar c’hras da gaout eur maro mad, evit beza euruz goude-ze er baradoz, c’hui o peuz lakeat sant Anton da gaout eur maro ker kaer, ma ’zeo diskleriet sant var an douar : roit deomp ar c’hras da vale heb ean dre hent ar zantelez, evit ma c’hellimp plijout deoc’h da heur ar maro, ha mont ganeoc’h d’an eurusted heb fin.
Aotrou, o pet truez ouzomp.
Jezus-Krist, o pet truez ouzomp.
Aotrou, o pet truez ouzomp.
Jezus-Krist, hor selaouit.
Jezus-Krist, roit deomp hor goulenn.
Doue, an Tad euz an env, o pet truez ouzomp.
Doue, ar Mab, Salver ar bed, o pet truez ouzomp.
Spered-Santel, hag a zo Doue, o pet truez ouzomp.
Dreinded Santel, hag a zo eun Doue hebken, o pet truez ouzomp.
Santez Mari, konsevet heb pec’het, pedit evidomp.
Sant Anton a Badou, pedit evidomp.
Sant Anton, mirer furnez an env,
Sant Anton, mellezour a zentidigez,
Sant Anton, mignoun ar binijenn,
Sant Anton, den al lealded,
Sant Anton, mestr d’ar goall-dechou,
Sant Anton, mignoun bras ar groaz,
Sant Anton, lilien ar zantelez,
Sant Anton, stereden nevez ar Spagn,
Sant Anton, a skign an Aviel,
Sant Anton, prezeger komz Doue,
Sant Anton, a gomz e leac’h ar Spered-Santel,
Sant Anton, morzol an heretiket,
Sant Anton, spount ar re o deuz nac’het ho Feiz,
Sant Anton, spountail an diaoulou,
Sant Anton, skuer ar vuez santel,
Sant Anton, gloar Urs Sant-Frances,
Sant Anton, a laka ebestel da zevel,
Sant Anton, sklerijenn ar bec’herien,
Sant Anton, hent an dud faziet,
Sant Anton, a ra miraklou,
Sant Anton, consolasion an dud glac’haret,
Sant Anton, difennour an dud direbech,
Sant Anton, a laka ar re vud da gomz,
Sant Anton, a chasse an diaoulou,
Sant Anton, a dor chadennou ar brizounerien,
Sant Anton, a ro ar vuez d’ar re varo,
Sant Anton, a ro ar guelet d’ar re zall,
Sant Anton, a ra kaout an traou kollet,
Sant Anton, difennour an dud leal a zo e proses,
Sant Anton, pur evel eun eal,
Sant Anton, perlezen ar baourentez,
Sant Anton, a garie beva evel eun abostol,
Sant Anton, fourniez a garantez,
Sant Anton, a rea fae var an henoriou ha plijadurezou,
Sant Anton, savete an dud kuezet er mor,
Sant Anton, sikour kement hini ho ped,
Oan Doue, c’hui a effas pec’hejou ar bed, pardonnit deomp, Aotrou.
Oan Doue, c’hui a effas pec’hejou ar bed, roit deomp hor goulenn, Aotrou.
Oan Doue, c’hui a effas pec’hejou ar bed, o pet truez ouzomp, Aotrou.
Jezus-Krist, silaouit ac’hanomp.
Jezus-Krist, roit deomp hor goulenn.
℣. Pedit evidomp, Sant Anton benniget.
℟. Evit ma vezimp din euz a bromessaou Jezus-Krist.
Ra vezo hoc’h Iliz, o va Doue, karget a joa dre bedennou Sant Anton benniget, ho konfessour, evit ma vezo bepret kennerzet dre ho kras, ha ma c’hello kaout ar joaiou hag a bado ato. Dre hor Zalver Jezus Krist. Evelse bezet great.
Ne ouffen ket achui guelloc’h va leorik eget o lakat ennhan lizerik Sant Anton ; ar vertuz e deuz da lakaat an diaoulou da dec’het, da bellaat an tentasionou, da lakaat ha da zerc’hel ar peoc’h enn hon ene. Al lizer-ze a zo hanvet evelse, abalamour m’eo bet skrivet gant ar Zant, ha roet ganthan da eun den hag en doa an diaoul c’hoant da goll he ene evit an eternite, o lakat enn he spered ar sonj d’en em laza.
† Ecce crucem Domini ;
† Fugite, partes adversæ.
† Vicit Leo de tribu Juda,
radix David.
Alleluia, Alleluia !
† Setu ama kroaz hon Aotrou ;
† Tec’hit kuit banden diaoulou.
† Al Lion euz a dribu Juda,
Diskennet al lignez David,
A zo treac’h deoc’h : tec’hit, tec’hit.
Alleluia, Alleluia !