Ma Dousik koant a zo hep par ;
N’euz ket eun all war an douar
Talvoudek da skoulm’ he botou
Na da zevel outi zellou.
Ma Dousik koant a zo kousket
War ribl eur mor glaz eonet ;
An awel a c’hoari ’n he bleo,
En he bleo gwenn evel ar reo.
A-uz d’ezi ar c’hwabrennou,
Ken gwenn, ken skanv, en o hinchou,
A ya goustadik hag a stroll,
Oc’h ober d’he dremmik disheol.
Er gwe dero, dre-holl zavet,
Evnedigou a gan bepred,
An deiz, an noz hag ar beure,
Da lakaat c’houekoc’h hec’h huvre.
Rak ma Dousik koant zo oc’h hun,
Aboue meur a zeiz, meur a zun,
Meur a vloavez, meur a gantved,
E-meaz, war an douar bleuniet,
Hogen, daoust pegen pell amzer
’Ve tremenet, bepred seder,
En he dremm flour, en he c’horfik,
Manet eo evel eur voudik.
Evelse kousket en hec’h hed,
He c’horf a wagen ’vel an ed ;
He bronnou zo ’vel daou vene
Soun dindan gliz-gwenn ar beure.
He diouar, he divrec’h digor,
’Vel steriou laez o ruilh d’ar mor,
A ya d’an eil mor d’egile
A-dreuz ar prajou hag ar gwe.
Koz eo, ’larer, p’ eo gwir he bleo
’Zo gwenn ’vel lin hag evel reo ;
Mez he c’horf-boudik, hec’h ene
A chom yaouank, en gwirione.
Pa ’n euz an Estren he gwelet
Kerkent en euz-hi c’hoantaet,
Mez biken, daoust ma ’c’hon bihan,
Na stoko outi e graban.
Ho ! dihun ’ta, koantiz Arvor !
Ho ! sao da zifenn da enor !
Araok ma vo sec’het ma gwad,
Digor, digor da zaoulagad.
Kentoc’h ’vit gwelet tam kailhar
War da gorf gwenn, da gorf hep par,
Ho ! ma Dousik koant Breiz-Izel,
Koantiz ha mamm, kentoc’h mervel !
Ni ’zo bugale Breiziz Tramor,
’Breudeur d’ar Zent dalc’het en enor
’Bars en Breiz-Veur hag ebars an Arvor.
DISKAN :
’Raok nebeut amzer, Breiz-Izel vo trec’h,
Hag ar peuc’h ’reno en pep lec’h,
Pa zavo Breiziz, nerzuz, o brec’h.
Rumm ar Vretoned ’zo a viskoaz ;
Bet eo gwechall gallouduz ha braz
Hag eun deiz ’vo muioc’h gallouduz c’hoaz.
Eet eo bet Breiz-Veur gand ar Zaozon,
Mez birvi ’ra ar gwad mad breton
En Bro-Gymru, en Skos, en Iverzon.
An Arvor ive ’anvez he gwad :
Gaou na laro biken ar gwad mad,
Ha trec’h e vo d’hini an Ermeziad.
Gant Doue hor mestr ni ’vo zavet
War ar gouennou ’zo en tro ar bed,
Rak ni ’viro giziou ar C’heltied.
Ni ’viro hor yez, hor yez dispar,
Kaera hini ’zo war an douar :
Gwalleur d’an den a c’hoantfe hen diskar !
Ni ’gar douar Breiz, madelezus :
Na ver neblec’h kement eürus ;
Enni ’vefomp da viken didrec’hus.
Ni a vir hor feiz ’vel hon tado,
Ha nerzus omp beteg ar maro,
Kaletoc’h omp ’vit kalon an dero.
Euz an evach krenv, ni a ray kaz,
Pa zo en Breiz gwe avalou c’hoaz :
Hor c’horf n’eo ket eskern na kroc’hen kraz.
Kaera bro ’zo ’r bed eo Breiz-Izel.
Diere vo, pe e vo brezel.
’Vit he difenn ni a ouio mervel.
|
————
Setu me distroet da gærik Landreger :
’Vel eur bugel kollet ’c’h oun digaset d’ar ger.
Alas ! petra ’laro ma breudeur dre ar gwad,
Pa ’c’h oun bet evite ken pell eun divroad.
Dorejou an iliz a zo ouzin klozet
Ha ma breudeur, zioaz ! dirakoun ’zo nec’het.
Aman, ’n em yaouankiz, bugel mad e veviz,
Doujus d’ar feiz gristen ha doujus da bep giz.
Adalek ’n em gaviz etouez ar C’halloued,
Eur c’hlenved didrugar a grogaz ’n em spered ;
An evach d’in roet a ræz d’in koll ma hent,
Ha karantez Doue ’golliz ive kerkent.
Al lorc’h hag ar fouge luc’has ’n em daoulagad ;
Ar c’hoantisou uhel a stravilhas ma goad.
’Vit bea anveet dre ar bed holl founnus,
Me ’ræz neuze brezel da zouelez Jezus.
Hep trugarez d’ar paour, ’man e spi er bed all,
War ar greden gristen me ’skoas ’vel eun dall.
Nag hini ’em c’hlevout, gantan kollet e feiz,
’Vel eul loen ankoueet, ’zo marvet ’n e lojeiz !
Brema pa ’c’h oun maro, brema ’welan sklæroc’h ;
Evidoun na zo ken na brud, madou na loc’h.
Ma labour, ’vel an eost, a zo brema gwentet,
’An ed hag an dreok ’zo herie dibabet.
Mes n’eo ket bet kaset al louzou fall d’ar mor :
Gand ma c’hoz vignoned ’int hadet gant enor.
Kaerat eost a zavo deuz ar greun miliget !
Kaerat fulor dre-holl ! kaerat leiou douet !
Nag a labour ’m eus graet evit digas an drouk !
Ar bec’h a gement-se ’ra d’in plega ma chouk.
D’an drouk, hepken, Renan en deuz dleet e vrud :
Gand an drouk sperejou eo zavet war e glud.
Ha dleout ran brema pe gouela pe c’hoarzin ?
Evit ’darn ’c’h oun den fur, ’vit darn all furlukin.
Klevet ’ran malloziou, en-dro d’in, o sevel,
Hag abalamour d’in, ma bro ’zo en brezel.
Ha setu me pignet dirag an iliz-veur,
Gant meur a zivroad ha nebeut a genvreur.
Zant Erwan ’zo aze enoret ’mesk ar Zent,
Ha me choumo bepred heb enor ’kreiz an hent.
Diouzin tud ma bro na ouzont eun doare,
Kaer e kreden bea brasoc’h eget Doue.
Dirag holl zent koz Breiz, war o daoulinou noaz,
An dud a bed herie ’vel e pedfont warc’hoaz.
Mez dirakoun, biken, na zaoulino eun den,
Bea vo evidoun eur mouzc’hoarz o tremen.
Gant ma daoulagad bras ha ma jotennou teo,
Kemend e vin kazet en maro ’vel en beo.
Jezus, douger ar groaz, trec’hour d’an holl amzer,
En despet d’am spered, te ’ren war an aoter.
Me maro, den maget, me ’zisken d’an douar,
Ha te, Jezus, divag ha treut, te ’zav d’ar c’hloar.
Kredet am oa ’c’haljen didroni ac’hanoud,
Digant Doue an Tad lemmel e holl c’halloud,
Mouga an holl dreo zakr dindan an holl zispriz ;
N’oun arruet neblec’h ’med ouz dor an iliz.
Ac’han ’oann dilec’het, aman ’oun distroet ;
Ma unan ’oann eet kwit, herie ’oun digaset.
Ha brema pa glevi bemdeiz taoliou ar c’hloc’h,
Renan goz, te ’greno, rak maro eo da loc’h.
|
II
Kleier, kleier am eus karet,
O kleier Landreger, tavet !
En-pad an deiz ’klevan ho mouez :
O tavet, kleier didruez !
An noz e klevan ho morzol
War an arem o skei pep taol.
An heol na ve ket c’hoaz savet,
Setu tri gloc’h ’uz d’in brallet.
Ha bete kreiste an taoliou !
Ar c’hlaz o son ’vit ar c’hanvou !
D’aberdaez-noz glaz adarre !
An heuriou beteg ar beure !
Ar zul, ha deiz ar goueliou braz,
Ar c’hleier a zon muioc’h c’hoaz !
Red mad eo d’in hen anavout :
O Renan paour ! trec’het ec’h oud.
Na pa vefe ar c’hleier mud,
Ac’han me ’welfe c’hoaz an dud
Oc’h heul bepred hevelep giz,
O vont da bedi d’an iliz ;
Hag an iliz ’uz d’am skeuden,
Hag enni al lidou kristen !
Glac’har ouspenn ! alaz ! alaz !
War vek an tour uhel, ar Groaz !
N’houlan ken choum pelloc’h aman :
Zantout a ran ’c’h an da gouezan.
Pa n’oun me ken netra ebed,
Krist, te zo c’hoaz Roue ar Bed !
Pa ’c’h oud anavet gant an holl,
Ma brud, tamm ha tamm ’ya da goll :
En despet d’an deskadurez,
Ouzin ’c’houler : « Piou eo henez ? »
Bezet miliget, tud Paris,
— Em laket hoc’h euz en dispriz :
Eveldoun ’c’h euz kollet ho poan —
Ha miliget me ma-unan !
|
III
eur c’houer-marc’hadour, beure mad :
— Zel ’ta ! lemmet eo bet henoz,
Aleze, skeuden ar potr koz !
Daoust ’vit petra ha daoust gant piou ?
C’hwistim ’ve marvet gant ar riou ?
eur bourc’hiz, pikouz e zaoulagad :
— An noz-ma, klevet oc’h euz-hu
Eun dourni vraz ebarz ar ru,
Trouz eur bern potin o tisken
O tisken ru ar C’higerien ?
eur pesketer :
— An noz-ma, al loar-vraz oa skler :
Me oa ’n em bag en-kreiz ar Ster,
Ha me o welet, ’n hec’h-unan,
’Ruilhal er mor, skeuden Renan.
|
En kastel ar Bilo, an itron a oa klanv.
— Kement-ma ’arruaz eun noz en-kreiz ar goanv. —
Kerent ha mitijen a ye hag a deue,
Skwizet ha penngollet gand eiz noz war vale.
Ar c’houevr hag an arc’hant a lugern er c’hambchou,
Strakal ’ra an dero ’bars ar chiminalou.
Deus ar c’hao d’an douen, an ivoul hag ar c’hoar
A lak er prenechou eur sklerijen dispar.
⁂
An Ankou, an noz-ze, o redek dre ar vro,
Gand e falc’h war e skoa en em gavaz war dro.
— Hola ! ’me an Ankou, petra ’zo ’ta henoz ?
Golo dre-holl !… C’hwistim ’vêt aze em gortoz ?
An nor-dâl ’oa chomet moarvat digor a-walc’h
’Vit rei tremeneri d’ar falc’her ha d’e falc’h.
Skloka ’re an eskern digik ha digroc’hen,
Ha, war ar c’hoat, e dreid kaled ha diarc’hen.
Mez setu ar Potr-Treut, dre ar vinz-veur pignet,
Arru du-ze war-le, war ar plenchod koaret.
— « Zuilhet ’vo ma eskern, eme ar Falc’her koz,
Na luc’h ket kement-ma plenchod ar Baradoz !
« Demp bepred ! An Itron he do an taol kenta :
He buhe ’zo luziet, red eo he diluzia. »
⁂
Astennet ’n he gwele, an Itron a glemme ;
Diraki he c’herent, dastumet, a c’harme.
Eun toullad mitijen, o c’hortoz an divez,
War bennou o daoulin a bede ar Werc’hez.
Ar peuc’h en ti !… Er meaz, awechou eur gaouen,
Pe eur c’hi glac’haret ’loske eur youc’haden.
⁂
Patatrak !… Petra ’zo ? Jezuz ! Maria ! Kredo !
’N kreiz ar gampr, war e rer eo kouezet an Anko.
— Eur wech-all, te ’ouio penôz, war eul leur goar,
An eskern zec’h a ruz well ’vit war an douar !
Na gredet ket anoun, mar laran d’ac’h eur gaou :
Memez trouz ’rez o kouei evel eur zac’hat kraou.
Mez ken buan zavet evel ma oa kouezet,
Gand ar foeltr, hen mezek, er-meaz ec’h eo redet.
Hep dale, pa deuaz d’an dud o sperejou,
Er pellder ’wigoure Karrigel-an-Ankou.
|
II
Dre an hinchou bihan ha kleuz,
Dre ar c’hoajou, dre ar parkou,
’Vel eur beulbeuz gant e benn beuz,
Pa laran, hasta ’re ’n Ankou !
Mond re, buhana ma halle,
Dre ar mein hag an douar gwak…
— « Kement-man, ’mean, war ma le !
A gousto ker d’unan bennak. »
Na dour, na lann, na mein, na drez,
Na divaloue ar reder,
Laket en fulor gand ar vez
Mui ’vit gand ar boan en e rer.
Pa na zo man war e eskern,
Na zo man evit hen gloaza ;
’Vit e bikad, na drez, na spern,
Na lamp ebed ’vit hen blonsa.
E galon, yen evel ar skorn,
’Zo hep truez ouz ar glac’har ;
N’eo ’med eur men, pe eun askorn :
An Ankou n ’euz na kar na pâr.
Mond a re dindan ar c’hoummoul
A boueze war ar bed tenval,
Pa ’n em gavaz eur c’hoz ti zoul
A-dreuz dirag e aneval.
Gwaz d’an hini ec’h eo merket
E di gand an Darvoud henoz !
Heman ’vo da genta skoet…
— An orolaj ’zon hanter-noz.
⁂
Al lutik ’bars ar fornigel,
A divogod en eur strakal ;
An oac’h ’zo war eur goz skabel
En e zaouarn pleget e dâl.
Skeudennou ’bars ar c’houignou du…
Maro ar c’hef war an oaled…
Er chiminal moueziou kerzu…
Daou gorf dister war eur c’holc’hed…
Ar wreg hag ar bugelik klanv…
— Alaz ! skrignet ’n euz an dorzel :
Ar paour kez oac’h a zo intanv
Hag an tad a zo hep bugel.
|
————
XXV
CHOMOMP EN BREIZ
Erwan, den koz ha fur, a gomz :
Ha na vefemp-ni ken Breiziz pennou kaled ?
Ha na verv ken ennomp gwad ar wir Vretoned ?
En-pad meur a gantved Breiz a zo Breiz chomet,
Ha setu-hi raktal, d’he zro dishenvelet !
Zaoz na Gall na zeujont a-benn d’hec’h huali
Na da rei giz neve na lezennou d’ezi,
Keit-all ’vit he difenn hor gwad en euz ruilhet.
Hag, hep emgann ebet, ni vo herie trec’het !
’Lec’h diski anezan ec’h argaser hon yez,
Touet eo e varo gant Galloued divez.
Deud eo eta, ’m euz aoun, hor c’halon da wakaat,
P’eo gwir kals ac’hanomp a nac’h herie o gwad.
Nac’h a reont o yez, nac’h a reont o Bro :
Kas ’refent, dizeblant, o mamm-Breiz d’ar maro !
Giziou ha yez Bro-Chall ’zo dre-holl en enor,
Hag hor re, harluet, a zouz war ribl ar mor ;
Ar gwiskamanchou kaer, pere ’dishenvele
Tud reiz e-mesk læron, ’zo dilezet herie ;
Emaint-i o vreina er c’hrignol, en eur bern
’Mesk an harach, ar stoup, ar pilhou, an eskern…
Yyes, kenderv Erwan, Breizad bet en broiou pell o
kredi en ije kavet eno arc’hant da rozellat :
War digare gonid arc’hant hag aour a-leiz,
E werzis ma douar hag e kwitaïs Breiz ;
Mez ar weren ’zo pell, siouaz ! deus ar vuzel !
Rak na gavis nemed enkrez ha poan marvel.
Al labouriou zammuz ’ve hor lod aliez
Dindan ar C’halloued, leun a fallagriez.
E-mesk ar fank, e-kreiz ar skorn epad ar goanv ;
E-touez ar poultr, dindan an heol e-kerz an hanv ;
An hanter ’an amzer douaret en toullou,
Evel ar re daonet en punz an iferniou,
O turia, ’vel goed, o stleja, ’vel prenved,
Setu aze buhe ar Vreiziz divroet.
Ha goude an holl boan hag ar yec’hed kollet,
N’hon deuz ket eur gwennek, nag eun diner ebet
Da zistrei d’hor Bro ger, ’lec’h e karfemp mervel :
Red mad eo d’imp eta tremen, er broiou pell.
N’hon deuz ket eur belek, pa deu an eur euzus,
Da lakaat hon ine etre daouarn Jezus ;
Red eo mervel heb ser, heb heol, e-kreiz an drouz,
War vein pe war blenken, heb eur c’holc’hedad plouz.
Gwech ebet evidomp na ve zul na gouel-berz ;
Pleget gand ar glac’har, ar reuzeudik a gerz
Da heul reuzeudikoc’h en-pad hirder ar bloa,
Evel loened kezek stagel da charrea.
Gwelet a ra e wreg gand an anken debret
Hag e vugale baour o krena, morlivet,
Hep boed hag hep dilhad, er goanv, en e yender,
Pa ve ouz an douen en pign an dent-genver.
Hor boed a ve bemdeiz koz restajou ken brein
Ken n’houlfe ket anê ar moc’h, zoken, d’o lein ;
Hag an dour a evomp, karget a loustoni,
A zigas ’hed ar bloa terziennou fall d’an ti.
Gwasat keuz hon deuz-ni d’hor mam-Vro Breiz-Izel !
Pegement e karfemp distrei di da vervel !
Mez dalc’het omp en kær, dalc’het gand ar vez fall,
Evel an holl dud paour a zo eet da Vro-C’hall.
En Breiz ’vijemp, gwech-all, en peuc’h, en levenez :
Ed ’vije ’n hor parkou, hor buc’h a roe laez.
Da bep gouel, dastumet en-dro d’an taoliou braz,
Goude ’vije goullet digant Doue e c’hras,
Dirak meuziou yac’huz, dirak jistr alaouret,
Deus kalonou an dud ’zailhe ar joaüsted ;
Er goanv, d’aberdaez-noz, ’n eur didilha kanab,
Pep-hini ’zorc’henne gwella ma vije kab ;
Ha peb sul eus an hanv, d’ar pardoniou pedet,
En tier hor c’herent e vijemp-ni gwelet.
Laret d’imp, tud hor Bro ; daoust hag hen eve c’hoaz
Pardoniou kaer en Breiz ; festou d’an deiz-ha-bloaz ;
Festou d’an dimezi, festou da varlarje,
Festou d’ar vadiziant, ’vel gwechall a vije ?
Ha nozveziou seder, ’pad ar miziou kaled,
Dirag ar poudad jistr tro-ha-tro d’an oaled ?
Goueliou kaer d’ar Zent vad, ’kichen o chapel goz,
Goueliou kaer da Zoue, en iliz ar barroz ?
Erwanik, potr yaouank gwiziek diwar ar meaz.
Daoust d’an drouk graet d’ezi, Breiz-Izel ’zalc’h d’he brud :
Biken na vo troket ’vel ’troker loened mud.
’Pad ma vezo douar an douar, er bed-man,
Breiz a vo Breiz ha hi a garfomp ar muian.
Mestrou Bro-Franz a hall c’hoantaat hon dispenn,
Rei d’imp giziou disneuz, gwiskamant digempen,
Ni a chomo Breiziz, da laret tud gwirion,
Karantez o Mamm-Vro o virvi ’n o c’halon.
P’eo gwir ec’h hargasont hor yez ’meaz o skolio,
Skoliou all a zavfomp, dalc’het gant tud hor bro.
Hor yez a vo komzet evel e oa gwechall,
Araok ma oa krouet broad ha yez Bro-C’hall.
Bepred hon deuz goueliou ’n enor d’ar re varo,
Ha, da veuli ar Zent, burzuduz pardonio ;
Bepred ’heuilhomp, ar zul, an holl lidou zantel,
Ha bepred omp kerent a dost evel a bell.
En miziou du ar goanv, en-pad an nozveziou,
E vemp bepred laouen o klevet marvailhou,
Rag evel e tiwan yeot neve war gozen,
Bep bloa ’zao adarre, en Breiz koz, konterien.
Na varvo kennebeut ar Varzed helavar
Pere a oar ober levenez gant glac’har.
Tud fur ha gwiziek hon deuz ive en Breiz,
Karantez o Mamm-Vro o virvi en o c’hreiz ;
Na lezfont-i ket mui, er vro-ma, dismantra
Goueliou, giziou, ar feiz, ar yez ha kement tra
’Zo deut bete d’imp-ni a-dreuz d’ar c’hantvejou,
Kement tra, en eur gir, hor stag ouz hon tadou.
D’hor yez ’talc’hfomp dreist-holl, hag araok ’vo mouget,
Hon teot, en hor genou, a vezo bet troc’het.
Ra zavo Breiz-Izel he fenn diwar-vreman !
Rak, kaer am eus sellout, bro ebet na welan
Da behini Doue, ’n efe, ’n e vadelez,
Evel d’ar vroïk-ma, roet pinvidigez.
« Ar mor ’zo en he zro, koajou doun en he c’hreiz » ;
En he steriou ken stank, dour splan a ruilh a-leiz ;
Bea he deuz prajou, lanneier, menezio,
Parkou gwasket gant lann ha tagosou dero ;
Koajou leun a evned ha liorzou leun a frouez :
— ’Vit ho meuli, Doue ! re zister eo ma mouez !
O Breiz-Izel ! douar ken brav, douar ken mad !
Evidout e skuilhfen, gant levenez, ma gwad,
Rag ennout ma mammik ’luskellas ma c’havel…
Kentoc’h ’vit nac’h anout m’hen lar : Kentoc’h mervel !
|
————
Ni zo deut da gana herie,
’Vel en Amzer Goz,
Pa oa ’uz d’ar Vro dorn Doue
O rei e vennoz ;
En amzer ma oa Breiz-Izel
Eur vro gaer hag eur vro zantel :
Deut a-leiz
’Bars en Ti Kaniri Breiz.
Ni hon deus savet an ti-man
En-kreiz an dachen ;
N’euz moger ’bed en-dro d’ezan,
Hag evit touen
N’euz ’met bolz sklærius an nenvou,
Pe ar gwez, pe ar c’hwabrennou :
Deut a-leiz
’Bars en Ti Kaniri Breiz.
Ni ’fell d’imp e vo hadsavet
An holl bardoniou,
Ha, ’vel gwechall, e vo kanet
Gwerziou ha zoniou :
Hargaset ar skoueriou hudur,
Kemeret ar wir blijadur :
Deut a-leiz
’Bars en Ti Kaniri Breiz.
Toslaet ’ta braz ha bihan
Ha pinvik ha paour :
Na ganomp ket evit arc’han’
Kennebeut ’vid aour.
Ni a ro hor poan, hon amzer
’Vit Breiz-Izel hag he brazder :
Deut a-leiz
’Bars en Ti Kaniri Breiz.
Ar Furnez hag ar Wirione,
Hargaset dre-holl,
Sioaz ! ’bars an Amzer Neve,
Gand an dud diroll,
Ganimp a vo skoaziet bepred,
En eneb da vestrou ar bed :
Deut a-leiz
’Bars en Ti Kaniri Breiz.
Ama ’ta e klevfet meuli
Pez a dle sevel
An ineou mad en dudi,
’Vel war diou askel ;
Ar fallagriez, diskuilhet,
A vo taolet d’an Drouk-Spered ;
Deut a-leiz
’Bars en Ti Kaniri Breiz.
Evit difenn hor c’hoz Herez,
Dreist-holl Feiz ha Yez,
Ni ya en Breiz dre bep parrez
Hep doujans na mez.
’Vel ar beorien ni oar bale
Ha kousket war blouz ’vit gwele :
Deut a-leiz
’Bars en Ti Kaniri Breiz.
Mar ’pe bet eun tam plijadur,
P’arrufet er ger,
D’ho re goz, ha d’ho krouadur,
Kanet ’ta, emberr,
Eur werz vurzudus pe eur zon
Evit ma zailho o c’halon,
En o c’hreiz,
Dre garantez evit Breiz.
|
————
Maro ennoc’h evit biken,
Maro elven al librentez
Ha sec’het ennoc’h ar vammen
Ar vammen c’houek a garantez,
C’hoant hoc’h euz brema d’hon lakaat
Henvel ouzoc’h-u Galloued :
Koll e vefet ’bars an argad,
Broad sklaved !
Broad sklaved ! ya, sklaved oc’h,
Sklaved ec’h oc’h ’boue daou vil bloa :
Roman, Jerman, mui ha muioc’h,
O deuz bec’hiet pounner ho skoa.
Na gant Kezar, na gant Kloviz,
Na kennebeut an Normaned,
N’omp bet staget gant eun tortiz,
Broad sklaved !
Dizec’het omp-ni a viskoaz
Gant ar c’hoant da choum diere ;
N’hon deus nepred kollet ar vlaz
Deus evach mad hor c’hoz Huvre.
C’houi ’c’h euz evet deus dour ar ster
Gant hoc’h enebour kontammet :
Ha kollet oc’h euz ar sklerder,
Broad sklaved !
Ha brema ’fell d’ac’h huali
An nep ’zo choumet dishual…
An hini ’n euz renket senti
’Fell d’ezan plega ar re-all !
N’euz gwasoc’h mestr ’vit eur mevel,
Pa ve d’ezan an dorn roet :
Mevelien oc’h araog genel,
Broad sklaved !
Kaer ’zo bet skei warnomp, digar,
Ni, a spered ’zo c’hoaz distag.
Sellout ’reomp evel eur pâr
Ar galloudek hag an divag.
Na glasket ken sklaved en Breiz…
Kenteliou mad na laran ket,
Mar zav eun deiz ar vez ’n ho kreiz,
Broad sklaved !
|
————
— Binv ! banv ! kloc’hou
’Uz d’ar meaziou,
’Uz d’an aochou,
Kaset d’ar bed holl ar c’helou…
— O bugel e vammik !
Badezet bremaïk,
Bez, eun deiz, Lemenik !
Kousk ’n ez kavel :
Me da luskel,
O ma bugel !
Ouz eun ælik gwenn c’hoaz henvel.
— Mez adalek breman,
O Doue ! lak ennan
Nerz Arzur ha Morvan.
— Bugel dister,
Gant an amzer,
Nerz ha brazder
Az pezo ’vit bea zalver,
Zalver hor Breiz karet,
Dimp-ni diouganet,
Gwechall gant ar Varzed.
Deus Breiz-Izel,
Bro da gavel,
Bete mervel,
An hano vo war da vuzel.
Gant ar Gall milliget
Na pa vez merzeriet,
Te youc’ho : Breiz bepred !
D’it me ’gano
Ar Re varo,
Lufr o hano :
N’eo ket læz hepken az mago.
Bez ar brasa Breizad,
Euzus d’an Ermeziad,
Kresk evit an Argad.
|
————
XXIX
EVIT SKEUDEN NOMINOE
Morvan Lez-Breiz, ha te maro !
Maro ’vefe ganit ar vro ?…
War da lerc’h te, roue merzer,
Kavout ’rafe c’hoaz eur zalver ?
Piou hen digasfe d’ar vuhe ?…
— Nominoe.
Morvan ’baeas an drouk-kinnig
D’ar Gall gant houarn en e gig.
Morvan lazet, setu hon Breiz
D’ar C’halloued, adarre, preiz.
War o roue piou a drec’hfe ?…
— Nominoe.
Drouk-kinnig Breiz, paeet en deuz
Gant zac’hadou mein eur vengleuz.
— « Aour d’id-te, merer roue Frans ?…
Da benn en skudel ar valans ! »
Piou an hini ’reaz kement-se ?
— Nominoe.
Pa gerz Nominoe, raktal
Ec’h eo trec’het Charlez ar Moal ;
Trec’het ec’h eo an Normaned
Ha Breiz-Vihan zo hadsavet.
Na zent ken ’met ouz eur Roue :
— Nominoe.
O Roue Meur ! Roue dispar !
Dleet eo d’it beva er c’hloar.
Deus hon broadelez, o tad !
D’id-te hon anaoudegez vad !
Sell unanet da vugale,
— Nominoe.
Zonet eo eur hon haddihun,
Mez pa n’out mestr, na vo nikun !
Hogen, ’vit ma vi ganimp c’hoaz,
Ni ’zavo d’it eur skeuden vraz,
Ha pignet ’vo war eur mene,
— Nominoe.
|
————
Sevenet an diouganou :
Levenez ’leiz ar c’halonou,
Hag an awen-veur o c’houeza
War spered Breiz o tistriza.
War an Dolven eo graet al le :
An eur a zono hepdale.
Arru Lemenik gwenn baro,
Lemeinek an Trec’her garo.
Dont a raio ’vel tarz-an-deiz,.
Ha war e lerc’h e kerzo Breiz.
Eman war ribl ster an Elorn,
Kleze Artur lufrus ’n e zorn.
E vleo ’loued, mez ’n e galon
E verv gwad kadarn eul leon.
E armeou a yelo pell,
Pelloc’h ’vil beven Breiz-Izel.
Stourmi outan, den n’hen gallo,
Na Zaoz, na Roman, na Gallo.
Arru ! Dazorc’her hor Frankiz,
Lemenik, levenez Breiziz.
|
|