BUE

Zant ERVOAN

LAKET EN BREZONEK

GANT

An Otro F. GUILLOUZIC

KURE ZANT-ERVOAN


ZANT-BRIEK

ENN TI RENÉ PRUD’HOMME, MOULER-LEVRER

1894


EUR GIR BENAG


EVIT REIN DA C’HOUD EN PESORT STAD A OA AR VRO


EN AMZER ZANT ERVOAN


————


En amzer ma c’hanaz zant Ervoan, a oa Ian I, lezhanvet ar Roux, duk Breiz-Izel, ha Zant Louis a oa roue Franz. Ar zant-man vel ma lavar an histoar, a iez diou wej d’ober brezel d’ar Morianet, vit tennan an douar zantel deuz a-dre ho daouarn ; kals a Vretoned, tudjentil ha tud-all, a iez ive d’he heul. An duk a vreiz he-unan, Per a Dreuz, tad Ian I, a iez d’ar brezel-ze, hag an eil gwej n’eur dont d’ar ger a varvaz war vor gant eun dapaden a nevoa bet er brezel.

D’an amzer-ze a vije aliez brezel er vro-man, meur a wej a vije devet ha diskaret an ilizo, laeret ar c’houencho. Na oa ket kals a diskamant mesk an dud, barz ar c’houencho eo a oa an dud disket, hag enon a helle an dud iaouank mont d’ar skol. Na oa ket, gwir eo, kement a skolio vel ma zo breman, med kouskoude a oa kals a gouencho barz ar vro-man, dreist-oll er c’herio ; bean oa kouencho en Gwengamp, en Bear, en Lannuon, en Landreger, en abati Pempoul, ha kals a lec’hio all. Ar venec’h a oa personet en meur a barouz, rag neubet a veleien all a oa, hag aliez ar veleien iaouank a chome da berson en ho farouz.

An dud pinvik kouls hag ar re baour a laboure ho douaro pe na renkeint ket bean er brezel. Pa welomp nag a goz kastel, nag a vaner bian a zo chomet c’hoaz en bro Treger, ec’h eo ezet kompren penoz an oll a oa labourerien ; d’ar c’houls-ze en em zikoure an amezeien gant ho labourio vel ma reont hirie, ha fest ar goadegenno a vije gret neuze vel breman entre gerent hag amezeien. Ar re oa nobl a laboure vel ar re-all, na renkeint ket paean truajo, med d’ar brezel a renkeint mont pa vijeint gelvet, elec’h an dud dister na renkeint ket mont. Pep hini n’evoa he dam douar da labourat, ha Zant Ervoan he-unan, goude maro he dud a rae labourat he douar ; hag eur bla benag a oa ar gernez er vro hag a roaz he barkat fao d’ar bevien. Eur wej-all a nevoa c’hoant da werzan he aneval kezek d’he vreur kaer, vit kad arc’hant da rein d’ar bevien, med he-man na c’houle ket prenan al loen abalamour na nevoa ket laket ar zant he here, med Dom Ervoan a dalc’haz kement warnean ken a brenaz he loen. Lenn a reomp c’hoaz en he vue penoz he dad a gase anean awejo da hargas an evned diwar an ed neve hadet ; ze diskoe penoz tud Zant Ervoan a oa labourerien. Kouskoude an dud nobl na vijeint ket dalc’hmad endro d’ho douaro, ar re nevoa eun tam aez a nevoa eun ti en kear, hag a ie di da dremen ar gouan hag ar c’hoaraiz, vit klevet zarmonio ar c’hoaraiz en kear.

Ar re na devoa ket a douar d’he ho-unan, a vije roet d’he da labourat ; ar fonz a-vije d’an Otro hag ar bar d’ar merer, ha he-man nije neuze eun dra benag da rein d’he Otro diouz pez a vije er gomanen, eul loden a nije an Otro barz an ed, ar freuz hag al loened ; ar merer a nije c’hoaz eun neubet devezio dornan da rei d’he Otro vit he zikour d’ober he est, hag en tuont da ze, an hencho vije d’ean da dressan. Pa vije eur proses, pe eul laeronsi, pe eun torfed benag a vijer barnet gant barnerien an Otro ; ha na oa ket tener ar barnerien d’ar c’houls-ze ; daou laer a nevoa klasket laerez eun intanvez deuz a Dour a oe barnet da vean krouget. Garv a oat vit an dud fall-ze, hag er stum-ze an dud leal a vije lest en peuc’h, ha den na n’em glemme deuz-ze.

D’an amzer-ze ar Vretoned a blije d’he ar pelerinajo, mont a rae darn anhe en pelerinaj beteg Zant Jakez Spagn, beteg Rom, Jeruzalem hag an douar zantel ; med ar re blije d’he ar muan a oa pelerinajo ho bro. An de vije pardon eur zant benag, en em dastume tud ar memez terrouer da vont asamblez, n’eur ganan guerz ar zant. An noz a vije tremened tal an tantad, hag an oll a ie d’ar prosision a vije gret endro da iliz pe da chapel ar zant. N’ankoaeint ket mont da laret ho fater dirag relego ha statu ar zant ; darn a rae zoken an dro d’ar chapel war ho daoulin, darn-all a lake eur gouriz koar d’ober diou pe der gwej an dro d’ar chapel, pep hini rae he belerinaj vel ma nije laret ober. Fantan ar zant a oa ive en kichen ar chapel, hag an oll belerined a nije c’hoant d’evan dour diouthi. Ar bevien a vije neuze vel breman o c’houlen an aluzen barz ar pardonio-ze. Deuz ar beure vije klevet an oferen, oferen ar belerined, ha neuze pep hini glaske he gamarado, ha d’ar ger, n’eur ganan gwerzio adare.

Neubet a foario hag a varc’hajo a oa d’an amzer-ze, gret a vijeint war eun dachen pe eun dossen benag vel Zant Jakez Goëlo, Menebre, Montroulez, Marc’hallac’h Lanrodek. Ar pelerinajo eo a denne ar marc’hajo ze ; agant-se, foar Dreger, brudet dre oll gwejal, a oa stignet a-gever d’an deio ma deue ar paroujo diwardro d’ober ho felerinaj da iliz Zant Tual : enon vije prenet kals a lien, ha lien mad, ha danve all bep sort ha na vijeint kad neblec’h er vro nemet en foar Dreger.

Bean oa eur c’hlenvet d’an amzer-ze hag eo ral gwelet anean breman er vro man, al laournez. Ar c’hlenvet-se oa deut d’ar vro gant ar re oa bet oc’h ober brezel d’ar Morianet en douar zantel, er vro dom-ze a oa kals a dud laour, ha tud ar vro-man, hinienno anhe, a nevoa tapet ar c’hlenvet-se enon, ha klenvejo all c’hoaz. Eur wej a oaint arri er ger ho zud a dapaz diouthe, ha ben eur pennad goude a oa kement a dud laour er vro, ken a oe renket zevel hospitalio da lakat anhe. Barz er Roc’h a oa eun hospital evelse. Ar c’hlenvet-se n’eller ket gwellaet anean ; ha dre ma oa ezet hen tapout, ar re vije skoet ganthan a renke mont da vevan pell diouz an dud all. En iliz a oa eur plas evithe, hag er vered memez tra. Awejo zoken n’elleint ket klevet an oferen diabarz an iliz, gret a vije d’he chom ermez, rag den na c’houle tapout ar c’hlenvet, na zantout ar c’hoez fall a vije ganthe, hag a vije zavet evithe eun tamik lojen en diavez an iliz vit lakat anhe en dishlao, hag ahane gleveint an oferen dre eun toul pe eur prenest benag ; al lojen-ze a hanvet Toul al laour ; bean zo unan c’hoaz en Zant-Loranz hag en Plouneve-Moedek.

Ter barouz a oa d’ar c’houls-ze en ker Landreger : 1° ar Vinihy, parouz kentan an eskopti, parouz an Eskob, iliz ar Vinihy a oa neuze lec’h a man breman ar c’hohu en Landreger ; 2° zant Bastien pe parouz an od ; 3° parouz Zant-Visant an hospital.

Maner Kervarzin a zo barz parouz ar Vinihy, eur c’hart leo diouz Landreger. An ti-ze lec’h ma oa ganet zant Ervoan a oa n’he zav beteg ar bla 1830, ar bla-se oe diskaret, ha zavet en he blas eun ti a hiz neve. An Otro Kelen, arc’heskob Paris, neuze perc’hen Kervarzin, a reaz laket ust d’an or eun dolen marbr gwen hag a oa skrivet warnhi penoz eo enon a oa ganet ha marvet Zant Ervoan. Na van ken deuz an treo koz nemet ar punz hag ar c’houldri. Bean zo c’hoaz eur gwele koz en Kervarzin hag a lerer zo bet da Zant Ervoan, med bet eo raparet aliez aboe. Kervarzin zo n’eur plas ar bravan, ahane weler ar paroujo zo en tu all d’ar vreh-mor a ia d’ar Roc’h, gwelet a ve Tredarzek, Pouldouran, Planiel, Hengoat, Trogeri, Peurit-ar-Roc’h, ker ar Roc’h, ha beteg koajo pin Goëlo. Eur vrao a dol lagad a ve ahane d’an neve amzer, pa ve glaz ar parko hag ar gwe babi n’ho bleün. Traouoc’h vit Kervarzin, a-dal da Gerskarbot a zo eur vag da dremen an dud en tu-all d’ar vreh-mor, ha gwejal Zant Ervoan a neuz tremenet aliez ar vag-ze pe da vont d’ar Genkiz da welet he dud koz, pe diweatoc’h da vont da brezek er paroujo wardro.

Blaio vije d’an amzer-ze, e vije kernez er vro, ha neuze vije gwelet eleiz a bevien dre an hencho o klask tamo boed, na deue ket vel breman kement ed deuz ar broio all, hag an avalo douar na oaint ket c’hoaz anveet er vro-man. Al levr man a laro d’ac’h pegen mad eo bet Zant Ervoan vit ar bevien-ze ; aman welfet ar vad a neuz gret enpad he vue ha goude he varo, he vue a binijen ; ha goude bean lennet he vue a gresko ho fianz hag ho karante en kenver ar zant, hag a deui c’hoant d’ac’h da vean hanval onthan.


————

BUE ZANT ERVOAN


————
KENTAN PENNAD


He vugaleaj er ger en ti he dud.


Zant Ervoan a zo ganet ar zeiz a viz here er bla 1253, er maner a Gervarzin, parouz ar Vinihy. He dad a oa he hano Tanguy Heloury, hag he vam Azo ar Genkiz. Dre ma oa nobl, Heloury renke mont awejo d’ar brezel, hag a greder a oa bet gant Per Mauclerc, duk a Vreiz, oc’h ober brezel d’ar Morianet barz an douar zantel. Goude ma oa arri er ger ahane eo a dimeaz da Azo ar Genkiz. Ar Genkiz na oa ket pell deuz Kervarzin, war dro eul lew, kichen lec’h a man breman Pen-ar-C’hoat, en parouz Peurit-ar-Roc’h : ahane weler parouz ar Vinihy gant he manerio hag he c’hoajo bian, hag an douaro mad a neuz Zant Ervoan baleet warnhe gwejal.

Ervoan Heloury ’ta a oe ganet ar zeiz a viz here, ha, vel ma man ar c’hiz vad en tiegezo kristen n’hon bro, a oe badeet an de warlerc’h. N’ouzer ket piou a oa he baeron hag he vaeronez. Barz iliz vraz Landreger a oe badeet, ha roet d’ean an hano a Ervoan.

Na ver ket gwel-zur pe oa ar mab henan pe na oa ket, med mar oa ar mab henan, vel a lerer, a glee bean den a vrezel vel he dad, hag a oa joa vraz zur en Kervarzin. He vam hepken na jonje ket a vije den a vrezel, hag adaleg neuze barz n’he c’halon a westlaz anean d’ar Werc’hez ; rag, herve laraz diweatoc’h da Ian a Gerhoz, an Otro Doue nevoa revelet d’ei dre eun hunvre, penoz ar bugel a douge a vije eun de eur zant braz. Dre-ze ar vam gristen-ze a zavaz he bugel en doujanz hag en karante Doue, diski reaz d’ean abred juntan he daouarn da bidi Doue, ar c’homjo kentan a diskaz d’ean a oa hano Jezuz ha Mari, ha zin ar groaz. Pa vije o vale dre barko Kervarzin gant he bugel, a diskoee d’ean aliez an noab, hag a lare d’ean : « Zell, Ervoanik, zell du-ze krouec’h, du-ont man ar baradoz, du-ont a man an Otro Doue, an ele hag ar zent, zell pegen kaer eo an noab, kaeroc’h eo c’hoaz an env, med na na di nemet ar zent, agant-se, ma fotr bian, a vo ret d’id bean eur zant. » Hag ar bugel a responte d’he vam : « Oh ia ! Mam, enon eo brao bean, oh ia ! me vo ive eur zant. »

Pemp a vugale nevoa Heloury, daou vab ha ter merc’h ; Katel oa tri bla kossoc’h vit Ervoan, hag a dimeaz da Ervoan an Alan, deuz Hengoat, an diou all na ouzer nag ho noad nag ho hano ; unan anhe a dimeaz da Riwallan Trakin, deuz Landreger, hag eben d’Ervoan Gonan. Ar mab all n’ouzer ket da biou a oa dimet na petore hano a nevoa. Kement eo bet zavet Ervoan dreist he vreur hag he c’hoarezet dre he vue zantel, ken eo bet ankoat ar re-man vit derhel jonj hepken dionthan.

Pell arog ma gerze he bugel, Azo a gasse anean ganthi da iliz Zant Tual ha da iliz an Itron Varia Koatkolvezou, hag enon westlaz anean d’ar Werc’hez. Ar statu-ze a bede mam Zant Ervoan dirak-hi a zo c’hoaz hirie barz iliz ar Vinihy ; ar Werc’hez a zo al loar dindan he zreid, he Mab war he brec’h, ganthan eun evnik bian, hag hen krog en he diweskel.

Zevel a rae eta Ervoanik Kervarzin, ha bep ma kreske a greske ive he skiant hag he furnez. Plijout a rae d’ean he gamarado bian diwardro, hag int ive a blije Ervoan d’he, hag aliez en em weleint hag a c’hoarieint asamblez ; rag, d’an amzer-ze vel breman, ar gerent hag an amezeien en em wele aliez an eil en ti egile, med vel ma oa hencho fall a renkeint mont war varc’h, tad, mam ha bugale, ha neuze vije redet dre an hencho hag ar gwenojeno da vont an eil da welet egile.

Adaleg neuze Ervoan a vije er pen kentan o kelen he gamarado pa vijeint ganthan o c’hoari, hag ouspen eur wej a neuz bet gret an Otro Doue burzudo evithan. Kasset a vije gant he dad da evesat ar parko hag al loened, hag eun devez a oa laret d’ean harz ar goulmet da disken war al logel-vraz a oa neve laket ed ebarz. Dont a rez en keit-se eun neubet kamarado da welet Ervoan, hag a oa ret c’hoari en tamik ; vit galloud chom en peuc’h eta da c’hoari, d’ober ho fedenno, ho frosision, ha marteze zoken da ganan an oferen vel ma vije kanet en iliz zant Tual, Ervoan a rez d’he gamarado zikour anean da lakat koz reillo hag eur goz rod-kar en toul ar park da harz ar goulmet da vond d’an ed. Ar goulmet a oa o sellet anhe ha na oaint ket spontet deuz-ze ; med ar vugale a hellaz kuitat ar park eur pennadik, na diskennaz hini bet diouthe war an ed : eun El a oa o c’hevesat ar park keit a oa ar vugale o c’hoari. Burzudo evelse a zo bet arriet ouspen eur wej gant Ervoan endro da Gervarzin hag er paroujo wardro ; darn anhe zo ankouat ha darn all a delc’her jonj c’hoaz dionthe.

Mont a rae awejo gant he dad d’ar pardonio, hag eun devez a oaint o vont da bardon Kerfot, lec’h ma oa enoret ar Werc’hez hag ar Mabik Jezuz a oa deut gant eun Otro ahane deuz an douar zantel. N’eur dremen ec’h ejont da welet Abaty Pempoul a oa bet zavet eun neubet blaio arog gant an Otro Alan, kont a Wælo. Digemeret mad a oeint gant ar venec’h a oa enon, hag Ervoan a zellaz kaer ouz ho gwiskamant. Goude bean gwelet ar gouent ec’h ejont adare gant ho hent entresek Kerfot, hag enon a bedjont dirag ar Werc’hez. Goude-ze Ervoan a gavaz enon kamarado da redek ha da c’hoari a dreuz parko endro d’an iliz, tol a rejont ho boto-koat en pen eur park benag, rag neuze na vije boto ler nemet gant an dud vraz, hag hi neuze da redek ha da c’hoari diarc’hen. Pad ma oaint o redek evelse a digoueaz d’ean troc’han he droad gant eur skod raden : « Aou ’ta, emean, me garfe na deufe ken a raden barz ar park-man ; » hag aboe a lerer penoz na neuz ket bet a raden barz ar park-ze.

Eun devez-all, n’on ket war digare petra, marteze vit eur gir ha na lareint ket anean ho daou memez tra, eur goëloard en em lakaz da wapat Ervoan ; he man, drouk enhan, a laraz d’ar goëloard a garje gwelet anean o kad kernio war he dal, vel ar zaout ; herve lerer, an den-ze deuaz d’ean kernio war he dal, hag he vugale war he lerc’h a doug kernio evelthan, na larer ket pe hir pe ver a oaint ; pe eo gwir pe na n’eo ket, an dud a neuz ar greden-ze dre ar vro, hag ar vilajen lec’h a oaint o chom a zo hanvet Kernio.

Ar gontadeno-ze ha kals a re-all a zo zavet deuz tamego chikan entre ar vugale skol ; bean zo hag a lar penoz ec’h eo bet Ervoan er skol en Yviaz, hag a lerer penoz ahane a gleve he vam o kozeal outhan, kouskoude Yviaz a zo pell deuz Kervarzin ; unan deuz he vignonet na grede ket ze, hag a laraz Ervoan d’ean : « Lak da dreid war ma re hag a glevi kouls ha me ; » hag a lakaz he dreid war re Ervoan hag a glevaz komjo itron Kervarzin. Marteze na oa skol ebet en Yviaz, med en abaty Pempoul a oa unan, hag a halfe ar zant bean bet enon er skol gant ar venec’h eur pennad benag ha bean bet en Yviaz gant unan benag dionthe. Barz an abaty-ze a hell bean anveet eun den iaouank hag a deuaz da vean he vignon, he hano oa Michel Vivien, an den-ze zo bet goude-ze abat en abaty Pempoul, hag a oa en kichen Zant Ervoan de he varo.

Eun dra hag a blije kaer d’Ervoan a oa an iliz, ar gan hag an treo kaer a vije endro d’an oterio. Plijout a rae d’ean mont d’an oferen d’ar zul ha war ar pemde pa helle, pe da iliz zant Tual pe da iliz Itron Varia Koatkolvezou, pa helle a ie zoken da respont an oferen. Enon a neuz tanveet da gentan petra eo karet Doue, enon bede a greiz he galon.

An noz tal an tan en Kervarzin a vije kontet kontadeno hag histoario, hag Ervoan a blije d’ean klevet an histoario-ze hag ar gwerjo hag ar c’hantiko vije kanet d’an amzer-ze, med trist a ie pa gleve he dad o komz deuz ar brezelio, ha pa jonje pegen kri eo an dud a ia evelse d’en em lahan barz ar brezel ; euzal a rae pa gleve nag a dud a golle ho bue er brezelio-ze. Abred a gustumaz kad true ouz ar bevien, rag gwelet a rae aliez ar bevien ezomek o tont da di he dud da glask an aluzen, n’alle ket harz da gad true onthe pa wele ho faourante, hag a ie d’an ti da c’houlen eun tam bara evithe. He vam a gasse anean ganthi awejo da welet an dud klanv, dreist-oll ar bevien glanv diwardro, hag he joa oa rei he-unan d’he pez a vije roet d’ean gant he vam. Dre ma oa bet kustumet abred evelse da welet an dienez hag ar baourante du en ti ar bevien, a chomaz ar jonj-ze n’he speret enpad he vue, hag a deuaz da vean madelezuz en kenver an oll, med muoc’h c’hoaz en kenver ar bevien, true n’ije outhe dalc’hmad hag a rae vad d’he muan m’alle.

Azo ar Genkiz, itron Kervarzin, ar vam vad-se hanval ouz an hini zo meulet gant ar roue fur Salomon, na gargaz ket tud all da zevel he bugale, magan rae anhe, kelen a rae anhe en hent ar furnez hag an doujanz Doue. Nag a wej a deuz laret d’he mab Ervoan : « An hini neuz c’hoant da vean eur zant ha da vont d’ar baradoz a gle bean fur, agant-se ma mabik, a vo ret d’ac’h ober deuz bean eur zant, n’ankoaet ket ze. » Ar c’homjo ze a chomaz dalc’hmad don en he galon, ha zeblantout a rae d’ean klevet he vam o laret ze d’ean aliez.

Zant Gwillerm, eskop Zant-Briek, a oa bet diskleriet zant er bla ma oa ganet Zant Ervoan, hag a oa bet gouelio kaer barz en Zant-Briek d’an amzer-ze, bet a oa enon kals Iskibien ha Kardinalet, bet a oa ive enon kals a belerined, hag a oa et a-bell ar vrud diouz miraklo zant Gwillerm. Heloury hag Azo, hep mar, ho devoa klevet komz deuz ar gouelio hag ar miraklo-ze, hag a jonjeint a vijeint evuruz mar vije ho mab eur zant evelse, ar jonj-ze a rae da Azo laret ken aliez d’he mab Ervoanik : « Ma mab, c’hoant a meuz a vez eur zant. »

Gant he vam, Zant Ervoan a diskaz ezet he bedenno, hi hec’h-unan a diskaz d’ean ar c’hatekiz, ha pell arog he bask kentan a gomze d’ean deuz an de kaer-ze. Dont a rez an de evithan d’ober he bask kentan, hag an de-se, piou alfe laret pegen evuruz en em gavaz Ervoan, pa resevaz vit ar wej kentan he Zalver ; ia, an de-se he beden a zavaz c’hoaz muoc’h kalonek entresek an Otro Doue, prest goude a oe konfirmet gant Eskob Landreger Alan a Lezardrenv.

Neuze eo a jonjaz he vam kemer eur mestr all d’ober skol d’he mab. Bean oa en Pleuvian eun den iaouank fur, eun neubet blaio kossoc’h vit Ervoan, he hano Ian a Gerhoz, henez a oa bet er skol gant person Pleuvian, Ervoan Trégoezel, hag a oa disket war ar gallek hag al latin ; an den iaouank-se eo a choazaz Heloury d’ober skol d’he vab, tud a anoudegez a oaint, hag en-tuont da ze, kerent a oaint ; ha dre-ze a ouie penoz gant henez na nije Ervoan nemet kentelio mad. Ian a Gerhoz a reaz skol d’he gamarad bian deuz he wellan, ha kement a gare anean ken a heuillaz anean dalc’hmad, en Pariz, hag en Orleanz ; ha kazi hed he vue, bevet a neuz pelloc’h vit Ervoan, ha d’an noad a bevar-ugent vla a roaz testeni dirag an Iskibien penoz Ervoan a oa bet dalc’hmad eun den fur ha zantel meurbet.

Goude-ze ec’h eint ho daou, Ervoan hag he genderv, da skol gant person Pleuvian, eun all a vije gant-he c’hoaz, Ervoan Suet deuz ar Roc’h. Pa oaint bet eun neubet blaio evel-se er skol en Pleuvian, a renkjont jonjal mont pelloc’h vit achui ho studi. Ervoan a nevoa disket kals enpad ar blaio-ze, hag a jonjaz he dud kas anean da Baris, Ian a Gerhoz a glee mont di ive, rag d’ar c’houls-ze na oa neblec’h skolio ken brudet vel re Baris.

Ret a oa eta n’em guitat, marteze na n’em weljeint ken ahan d’eur pennad mad, rag diez a oa mont da Baris, ha ken a vije achu ar studi na retornet ket d’ar ger. — Na meuz ket ezom da laret d’ac’h penoz a ouele Azo o sonjal a oa o vont da gimiadi ouz he mab, marteze vit biken, med a dra-zur vit hir vlaio. Ha neuze, iaouank a oa c’hoaz Ervoan, na nevoa nemet parzek vla, hag a halje kad ezom c’hoaz aliez deuz kelennadurez he vam ; trist a oa he c’halon o kuitat he mab, renkout a rae lezel anean da vont, kazi he unan-pen, d’eur ger lec’h a nije gallet koll bue ar c’horf ha bue an ine, med bepred a lezaz anean da vont, rag bean devoa eur fe vraz en Doue, hag ouspen eur fianz vraz en Ian a Gerhoz, mignon he mab.

D’an amzer-ze a oa ret mont da Baris war varc’h, Heloury a bedaz eta unan benag deuz he vignonet da dont gant-han da gas he vab da Baris ; ha vel ma oa ret bean armet mad gant aon rag al laeron, a lakejont ho dillad houarn, hag a gemerjont ho armo. Ervoan a laraz kenavo d’he gerent ha d’he amezeien, ha da iliz zant Tual, hag a iez en hent gant he dad hag he vignonet ; hag he vam a laraz d’ean c’hoaz he c’homz diwean : « Ma mab, bet jonj da vean fur ha da vevan deuz bean eur zant. » Ervoan a respontaz, an daero n’he daoulagad : « Ia, ma mam, jonj a mo. » Trist a oa an amezeien hag ar bevien diwardro o welet ar potrik-ze a blije d’he kement o vont ken iaouank ken pell diouz he vro hag he dud ; hag ouspen unan war an hent a laraz d’he : Kenavo ha beaj vad.


————


EIL PENNAD


Zant Ervoan o studian en Paris.


Arriout a rejont en Paris an deio kentan a viz here er bla 1267. Med eun dra oa neuze d’ober : klask eun ti da lojan ar vretoned iaouank-ze. Na oa ket ze eun dra ezet, rag kals a skolerien a oa enon diouz kement korn a zo en Franz, ha diouz ar broio-all ; hag en gwirione, bean oa enon mestro d’ar c’houls-ze hag a oa brudet dre-oll, hag en Franz hag ermez a Franz, entouez ar re-ze a oa Alber ar Grand, zant Bonavantur ha zant Thomaz Akin ; hag entouez ar skolerien a oa ive kals a dud disket, hag a zo bet brudet kaer goude-ze.

Kad a rejont d’en em lojan en eun ti er ru Fouar, da laret eo ru ar plouz ; barz ar ru-ze a oa c’hoaz kals a Vretoned-all, ho frejo a debreint asamblez, med pep hini ie da gousket lec’h ma nevoa kad eun tam plas, rag awejo vije enk ar plas gant-he. Enon helle pep hini ober he deverio a gristen ha laret he bedenno erfad, vel ma oa laret d’he ober gant ho mam. Ha pa vije ar skolerien er skol gant ho mestro, na vijeint ket azeet war kadeurio na panko ; war eun tam plouz war blad an douar a vijeint, ahane teu he hano da ru ar plouz, pe ru Fouar. Didrouz a vijeint enon, an noz a vije prennet mad an orejo oa en daou ben ar ru, hag evelse a helleint labourat en noz, hep aon da glevet trouz an diavez.

Ervoan a nevoa disket gant Ian a Gerhoz ha person Pleuvian ar skiencho kentan a oa ret da c’hout arog mont pelloc’h ; med gant ar mestro a gavaz en Paris a diskaz neuze skiencho hueloc’h, vel ar filosofi hag an dialektik. Na oa ket a leverio d’an amzer-ze vel ma zo breman ; pep skolaer a renke skrivan he-unan war barchemin pez a vije disket d’ean ; ar c’haiero-ze a renke pep hini miret vit gallout studian c’hoaz diweatoc’h pe na vije ken a vestro da diski d’ean. Ret a oa eta labourat, ha labourat kals, vit tennan freuz mad deuz kentelio ar mestro-ze.

N’ouzer ket kals tra war bue ar zant enpad ar blaio-ze a dremenaz en Paris ; goud ouzomp kouskoude penoz ar pez a dalc’he anean war an hent mad a oa alio mad he vam, hag ar gomz-ze a vije n’he speret dalc’hmad : penoz a vije ret d’ean bean eur zant. Kad a nije bet enon tud iaouank ha mar nije ho heuillet, ho dije kasset anean war an hent fall, med na neuz biskoaz heuillet mignonet ar sort-se ; ha dre-ze na n’omp ket estonet o klevet Ian a Gerhoz hag ar Vretoned all o laret pa oaint gelvet da dest vit he ganonizasion, penoz he vue a oa bet eur vue didach, hag he gomjo dalc’hmad komjo fur. Kerhoz a oa he gamarad kamp enpad ma chomaz er ru Fouar. Hag Ervoan Suet a lar penoz a nevoa anveet Ervoan skolaer da gentan, ha goude-ze oc’h ober skol d’ar re all, evel mestr, war bep sort skiancho, ha beteg war lezenno an Iliz.

Herve lavar Raoul Potarn a barouz Lanveur, vel eun dra anveet gant he oll gamarado, Ervoan na gouske kamet en guele ebet, he wele oa eun tam plouz en kouign ar gamb, hen he-unan a neuz kad anean aliez kousket war he dam plouz, pe na vije en gortoz da welet den ; ar memez re a lar c’hoaz penoz a roe d’ar bevien an tamo kig a vije roet d’ean vit he bred.

Ar bla warlerc’h a renkaz Ervoan, kaer a nevoa bean didrouz er ru-ze, mont el lec’h-all, vit gallout heuil c’hoaz eur skol hueloc’h hanvet an Universite. Kad a rez d’en em lojan barz ru Zant-Ian Beauvais, enon a gavaz c’hoaz bretoned all, hag en-touez ar re-ze a helle n’em zellet vel er ger, rag mignonet a oaint oll vel pa vijeint breuder. Ar Vretoned a renke derhel tost an eil d’egile emesk ken aliez a den divroet vel ma oa en Paris, pe n’eo gwir a lerer a oa enon, o heuil ar skolio, en dro da bemp-mil-war-n’ugent den iaouank, ze diskoe pegen brudet a oa skolio Pariz. Mesk an dud iaouank-ze a oa bep sort ; na vije ket dalc’hmad ar peuc’h entrez-he, bean oa bugale tud a vrezel enon hag a blije d’he muioc’h c’hoari gant armo vit na oa studian ; awejo vije kann entrez-he, ha bec’h, ha kazi lac’hadek. N’eo ket mesk ar re-ze vije kad Ervoan ; pa vije achu ar skol a ie d’eun iliz benag da bidi Doue, mont a rae n’eur ober eur bale beteg iliz Itron-Varia-Paris beteg ar Chapel Zantel, iliz zant Per Montmartr, chapel kouent zant Fransez. Enon dremene an den iaouank he amzer gollet, enon gave ar gwir vignon a nevoa eom hag a dalc’he en he galon plas he dud hag he vro. Eur blijadur vraz a gave c’hoaz, pa nije amzer, o len bue ar zent ; enon diske hen he-unan an hent a oa ret da gemer vit bean zant, ha zur-mad na c’houite ket da derhel jonj deuz pez a nije lennet, ha da heuil neuze vertuio ar zent a nije lennet ho bue.

Nao bla a chomaz Ervoan en Paris, hag en keit-se nevoa disket kals a dreo, dre ma oa he ben dalc’hmad gant he labour. Deut a oa da vean mestr er skiancho, ha bet a oa eur pennad oc’h ober skol. Mar vije chomet evelse d’ober skol a vije zur-mad deut da vean eun den brudet ; med na c’hoantae ket bean den brudet, eur zant a nevoa c’hoant da vean. Neuze eo n’em lakaz da studian an theoloji ha lezenno an iliz. Roue Franz a gassaz da Orleanz ar mestro a rae skol war ar skiencho-ze hag a oa ret vit ober ar studi-ze kuitat Paris, lec’h ma nevoa tremened Ervoan eul loden deuz he iaouankiz. Kement hini a nevoa anveet anean enon hen kare hag hen istime, na rae nemet skouerio mad d’an oll, skouerio a furnez hag a doujanz Doue. Ar re nevoa anveet anean enon a dalc’he jonj c’hoaz en ho c’hozni deuz ar potrik iaouank-se ken mad, ken humbl ha ken dous ; kement a blijadur a vije n’he gompagnonez ken a renkeint oll karet anean ; ha goude he varo, unan deuz an ilizo kentan zo bet zavet en he enor a oa iliz zant Ervoan en Paris.


————
TREDE PENNAD


Zant Ervoan o studian en Orleanz.


Er bla 1277 eta ec’h ejont ho daou da Orleanz, Ervoan hag he vignon Ian a Gerhoz ; Gwillaou Perez hag Ervoan Trowael, niz person Pleuvian, a oa ive enon ganthe. Ervoan Suet diouz ar Roc’h, Herve Fichet diouz Peurit-ar-Roc’h ha Raou] Potarn a chomaz en Paris.

Bev oa c’hoaz kerent Zant Ervoan d’an amzer-ze, ha Ian a Gerhoz a deuaz neuze d’ober eun tam tro da vro Treger, hag a iez beteg Kervarzin vit rein da Heloury ha da Azo kelo diouz ho mab. Kontan rez d’he petra nevoa gret Ervoan, en Paris, ha dre belec’h a oa tremened, penoz a oa disket kaer, ha dreist-oll penoz a oa chomet fur, hag a oa zoken kresket he zantelez hag he speret vad. Hag he vam da laret neuze : « Jonjal aoalc’h a ren ze, eme-hi, rag an Otro Doue neuz bet laret d’in, barz eun hunvre, penoz a vije ma mab eur zant. » Heloury hag Azo a nevoa hast da welet ho mab, vad a rae d’he klevet komz dionthan, ha hir a gaveint an amzer aboe ma oa evelse pell diouz ar ger. Med Ervoan a nevoa c’hoant da diski kals, ha na jonje ket retorn d’ar ger ken a vije achu he studi, ken a vije ken disket hag he vestro. C’hoant a nevoa dreist-oll da vean disket war al lezenno, vit gallout difen kaoz ar bevien hag an dud distera vije d’ar c’houls-ze gwasket re aliez gant ar re binvik dirag ar barnerien ; rag, herve lerer, bean oa barnerien neuze hag a lake, vit arhant, ar gaou en tu a glee bean ar wirione.

Ervoan Gervarzin, en jonj da implian erfad diweatoc’h an treo a nije disket, a grogaz a greiz-kalon en pen al labour neve-ze. Eur beden a rae dalc’hmad n’eur grigi n’he labour, da c’houlen sklerijen digant an Otro Doue. Neuze eo a deuaz da vean muoc’h garv en he genver he unan. Herve lavar Gwillaou Perez, na debre kamed tam kig ebet, na eve nemet dour, ha bep gwener a iune ; « daou vla, eme-han, a meuz bevet er memez ti ganthan, hag a ouzon aoalc’h penoz a veve er stum-ze. He blijadur a oa mont d’an oferen, da glevet ar zarmonio, ha bemde a lare he-unan ofis ar breurial pe ofis ar Werc’hez, ha ze deuz ar beure, beure-mat, arog ober netra all ebet. Biskoaz, eme-han c’hoaz, na meuz gwelet anean en chikan gant den, nag o kemer lod er c’hoario vije trouz en-he ; biskoaz na meuz klevet anean o touet Doue, nag o kemer zant ebet da dest, nag o laret hepken eur gir eneb ar burete pe an honestiz, na ken neubet oc’h ober netra a gement a haljet laret a vije eun drouk. »

Ervoan Trowael a neuz bevet en kompagnonez Zant Ervoan en Orleanz, ar wej kentan daou vla, hag an eil gwej endro da daou vla hanter, hag a wele anean aliez, pe n’eo gwir a oaint o chom kichen-a-kichen, hag a lar memez tra vel Gwillaou Perez.

Evelse an den iaouank-se a veve vel eun El, evit-han da vean pell deuz lagad he dud ; biskoaz na neuz ankoat kentelio fur he vam, hag a hent-all, nerz ha kalon a gave er beden, er zakramancho hag el leverio mad. — Perag breman ken aliez a den iaouank a goll ho fe hag ho furnez er c’herio hag er skolio ? Ankoat a reont abred kentelio ho mam, ho deverio kristen, hag ouspen, heuila reont kamarado fall. Karet a rafemp gwelet an dud iaouank-ze, o kemer skouer war Zant Ervoan.

Diouz Orleanz, Ervoan a helle mont awejo da Dours ; ha d’ar ger-ze a deue meur a vreton evit ho frosejo ; enon, pa gave unan benag deuz he anoudegez, a helle kad kelo deuz ar ger, hag ive kas kelo d’he dud da Gervarzin ; hag en tuont da ze, enon helle gwelet c’hoaz penoz en em gemere an avokaded vit difen ho frosejo. Eun devez eta a gavaz an intanvez lec’h a diskenne nehet braz. Hag Ervoan da c’houlen diganthi perag a oa ken nehet. « Jonjet eta, emehi, a oa bet aman dec’h daou varc’hadour o lojan, hag ho devoa roet d’in da glenkan eur zac’h ler, hag a oa, herve lereint, kals arhant ebarz. Laret ho devoa d’in diwal da rein ar zac’h da hini anhe ken a vijeint ho daou aman : ha chetu ar beure-man unan anhe zo deut da laret d’in a oaint o vont arok, hag a oa he gamarad barz ar ru o c’hortoz anean ; rein d’ean ar zac’h raktal. Ha me zur, vit ma maleur, da rein ar zac’h da henez. Eur pennad goude ec’h eo deut egile da c’houlen diganen petra oa deut ar zac’h da vean, ha me hag o laret d’ean penoz na oa ken aman, a moa roet anean d’he gamarad, ha breman neuz laret a raje prosez d’in abalamour da ze ; n’eo ket hep mar ma c’hon nehet, n’ouzon petra d’ober ouz ze. » « Lest kement-se entre ma daouarn, eme Ervoan, me denno anoc’h diouz ar pleg-ze ; na glejec’h ket bean roet ar zac’h, med pe n’eo gret an dra, n’ellet ket hen dizober. »

De n’aoudianz Ervoan a ia dirag ar barner vit difen kaoz an intanvez. « Otro, eme-han, kad a neuz an intanvez ar zac’h a oa et gant ar marc’hadour, agant-se na deuz nemet mont ho daou da gerhat anean hag a vo roet d’he, vel ma devoa laret. » — Pa glevaz ar marc’hadour a oa enon ar c’helo-ze, na ouie petra da respont, na oa ket en zell da glevet kement-se ; laret a rez digas ar zac’h enon ’ta, mar oa gwir ze, med Ervoan a laraz d’ean na welje ar zac’h nemet pa vije he gamarad gant-han war al lec’h, ar barner a laraz vel Ervoan ; o klevet se ar marc’hadour a stagaz da grenan hag a iez liou ar maro en he gerc’hen. Pa welaz-ze, ar barner a deuaz d’ean eun tam disfi deuz ar c’hanfard-ze, hag a rez lakat anean er prizon. Neuze ec’h anzavaz penoz he gamarad hag hen a oa daou laer, hag a devoaint hessaet tapout an intanvez-ze ; penoz na oa barz ar zac’h nemet koz tacho, ha penoz evit tapout arhant eo a lareint a oa a zac’hat tacho-ze eur zac’hat arhant. Pa oa gouveet se a oe klasket ar marc’hadour all, ha tapet, ha tolet er prizon, hag eun neubet deio goude a oaint barnet ho daou da vean krouget. — Gwelet a rer hirie c’hoaz en Tours, entre an iliz vraz hag an eskopti, an ti lec’h a oa tremened ar varnedigez-ze. Gant brud ar prosez-ze, brud vad an avokad iaouank a iez dre-oll, ha dre-oll a oa zellet adaleg neuze evel eun den gwiek ha fur.

Ervoan a nevoa ben neuze kazi achu he studi, hag a jonje dont hep dale d’ar ger, rak pevar bla-so a oa o studian en Orleanz, hag a nevoa ben neuze endro da nao bla war-n’ugent.


————


PEVARED PENNAD


Zant Ervoan, Avocad en Landreger.


N’ouzer ket dre-just ped vla eo bet Zant Ervoan avokad en Landreger, med chetu aman darn deuz ar procejo a neuz bet difennet ha goneet. Ha neuze, delhet jonj mad a gement-man ; Zant Ervoan na oa ket eun avokad vel ar re-all, aliez en em offre vit difen kaoz ar bevien, an emzivaded, an intanvezet, hep ma vije goulet ganthan ober, ha na gemere netra digant-he vit se ; abalamour da ze a oa hanvet avokat ar bevien hag an intanvezet.

Bean oa eun denjentil paour, hanvet Richard ar Roux deuz Tredrez, hag a nevoa eur prosez gant Tad Abad ar Relek (ar Relek a oa en eskopti Leon). Na nevoa ket an den paour-ze a beardra vit mont en prosez evelse, hag a oa o vont da goll he oll dreo. Eun de benag a glevaz komz deuz Ervoan a Gervarzin a oa brudet vit bean eun avokat mad. Mont a rez da gad Ervoan hag hen pedaz, en han ’Doue, da zikour anean. — « Ia, eme Ervoan, me zikouro anoc’h mar man ar wirione a du ganac’h. » — « Kridi ran, eme an den-ze, penoz a man ar wirione ganen, hag hen touet a rafen mar be ret. » — Ervoan a rez d’ean touet (dalc’hmad a rae ze, rag na nije ket goulet difen ar gaou) ; ha goude-ze a dalc’haz da difen kaoz an den-ze, war he fraiz, deuz an eil tribunal d’egile, ken a nevoa goneet he brosez.

D’an amzer-ze a oa kals a dud hag a vije debret ho danve gant an uzuillerien, hag ar re gemere arhant en prest digant ar re-ze, a nije aliez lec’h da gad keün. — Eun intanvez diouz a Beurit-ar-Roc’h, he hano Levenez, a nevoa amprestet arhant evelse digant eun uzuiller anveet mad, hanvet Riwal Hardel. He-man c’hoanteaz kemer, vit an arhant-se, liorz an intanvez. Ho-man, o vean n’alle ket paean raktal, a c’houle ma vije gortozet eur pennad gant-hi, rag a hent-all an arhant na dale ket al liorz. Dont a rez an intanvez-ze da gad Ervoan, hag a laraz d’ean, en han ’Doue, difen anei. « Ia, emehan, me difenno anoc’h, mar man ar wirione ganac’h. » Ar prosez a badaz pell, rak Riwal Hardel a nevoa arhant da vont deuz an eil tribunal d’egile ; Ervoan a iez ganthan beteg ar pen pellan, hag a c’honeaz prosez an intanvez ; hag evelse dre zikour Zant Ervoan a chomaz he liorz gant-hi.

Vel ma welet, an avocat iaouank a difenne erfad ar procejo a vije laket entre he daouarn, hag aliez-aliez a deue ar bevien da glask anean d’ho difen. — Bean oa eur paour en bro Treger he hano Konstritin, hag a oa bet gret eun droug benag d’ean gant eur bourc’hiz deuz Landreger ; he-man a anzave aoalc’h an droug a nevoa gret, med na c’houle ket rapari. Ervoan a iez gant-han dirag ar barner hag a c’honeaz ar prosez. — Mab ar bourc’hiz-ze, hanvet Ervoan Katoik, eo a neuz bet diskleriet ze goude maro Zant Ervoan.

Eur paour all deuz a Bleuveur-Goter a nevoa eur prosez gant Olier Arel deuz Lezardrenv ; ar paour a oa ar wirione gant han, med a oa diez he gwelet ; Arel a jonje gonid he brosez dre ma oa pinvik, med Ervoan a reaz d’ean gwelet a oa ar gaou ganthan, ha goude bean bet dirag ar barner hep kad nep setanz, a lakaz anhe da vont en peuc’h d’ar ger ; hag aboue neuze an dud-se a nevoa kals istim hag anoudegez-vad evit ar zant.

Eun dra iskiz hag a zo bet komzet kals diouthan a zo bet tremenet c’hoaz d’an amzer-ze. Eun den iaouank diouz Louanek a oa dimet d’eur plac’h iaouank deuz he barouz. Ho-man na c’houle ket heuil he fried, hag a iez da gad ar barner vit ober disklerian na oa ket dimet. Gelvet a oe Ervoan da difen an den iaouankse. Ar plac’h, pa vije dirag Ervoan, a anzave oa dimet d’an den-ze, ha na c’houle pried-all ebet nemet-han. Barnet a oe eta ar plac’h da vont gant he fried, med ho-man, droug en-hi, a gassaz ar prosez da dribunal Tours. Ervoan a iez ive di vit difen an den iaouank, hag ar barner a reaz d’ean azei en he gichen. Hadklevet a oe neuze an diou gosteen, hag o vean na oa netra da laret skler aoalc’h a oa gwir-dimi entre-he, a c’houlaz ar barner digant Ervoan piou a nevoa aliet anean da varn an dud-se da vean dimet ; chetu, vel ma welet, ar barner nehet braz, na ouie penoz rei ar setanz. « Ar plac’h-se, eme Ervoan, a neuz anzavet ouzin ec’h eo dimet. » — Ar barner a c’houlaz c’hoaz digant-hi hag hen oa dimet ; hag a laraz d’ean na oa ket. Neuze Ervoan a c’houlaz ive digant-hi memez tra, hag a anzavaz ar plac’h, d’an oll da glevet, penoz a oa hi groek an den a oa gant-hi. — « Ha d’in a larec’h, eme ar barner, na poa biskoaz kemeret an den-ze da bried. » — « Na meuz ket ive, eme-hi. » — Zant Ervoan a c’houlaz diant-hi c’hoaz eun eil gwej : — « Ma flac’h, n’ec’h euz ket anzavet ouzin penoz ho peuz kemeret an den-ze da bried ? » — « Ia, eme-hi, ma fried eo, ha me he wrek, ha keit a vo bew, na mo pried-all ebet nemet-han. » Neuze barner Tours a laraz da Ervoan mont en he blas, ha rein ar setanz ; mont a rez, ha raktal a lakaz anhe da vont en peuc’h d’ar ger.

D’an amzer ma oa person en Louanek a arriaz ganthan eun dro evelse c’hoaz. Eur potr iaouank a nevoa roet he hir da dimi d’eun intanvez deuz Louanek, ha chetu goude en em dizlaraz. Dont a rez an intanvez da gad Ervoan, da laret d’ean zikour anei, en han ’Doue ; pa deuaz an den iaouank da c’hout se, a iez da ganan pouill d’ar person, med Zant Ervoan na reaz van ebet nemet c’hoarzin o klevet he gomjo ; mont a rez da gad tud al lezen hag a bedez anhe da difen kaoz an intanvez vit mann, hag a rejont.

Eur wej all a oa eun intanvez deuz Landreger, he hano Alis Hamon, en prosez gant eur Prijent diouz Pleuzal ; gelvet a oe Ervoan da difen an intanvez. Prijent drouk enhan o klevet komjo ar zant, en em lakaz da bouillal anean goassan m’alle. — « Kouls a vije did zerri da c’heno, eme Ervoan gant kals a dousder, komjo evelse na wassaoint ahanon tam ebet, ha na wellaoint ket ken neubet ahanout. »

Kals a brosejo evelse a neuz goneet Zant Ervoan, n’eo ket hepken pe na oa nemet avokat, med c’hoaz goude ma oe beleget, pa oa person, a ie vit mann da difen kaoz ar bevien dirag an tribunalio.


————
PEMPET PENNAD


Zant Ervoan Sekretour arc’hdiakr Raon.


He oll amzer hag he labour a ie gant ar procejo-ze, ha na gave ket a nevoa amzer aoalc’h da studian vit reseo an Urjo zakr, rag en jonj a oa da vean beleg, mar oa gelvet da ze gant Doue, vel ma jonje a oa, gout a ouie penoz pa vije beleget a halje ober c’hoaz muoc’h a vad. Arc’hdiakr Raon, hanvet Moris a nevoa pedet anean meur a wej da dont da chom ganthan da Raon, hag eun de benag Ervoan hag o senti ont-han hag o vont di, en jonj da achui enon he studi war lezen Doue hag ar Skritur-Zakr en kouent menec’h zant Fransez. Moris a anvee skient vraz ar zant hag he diskamant ; ouspen eur wej a helle bean gwelet anean en Raon gant ar prosejo a difenne, hag a nevoa c’hoantaet kad anean da sekretour. Raoniz a vije aliez en prosez, ha mar nije eun den gwiek evelse en he gichen na nije ket kement a labour d’ober, hag a oa evuruz braz da vean kad eur sekretour evelse. Gout a ouie a hent-all penoz Ervoan a oa eun den fur ha zantel ha disket kaer, hag ouspen penoz a oa eun den a binijen.

Pa digouee d’an arc’hdiakr kad en Raon unan benag deuz bro Treguer a gasse anhe gant-han da welet kamb Ervoan. — « Zellet aze, eme-han, zellet pegen kalet eo ar gwele-ze, ha pegen paour, henez eo gwele Ervoan a Gervarzin, an den ar muian gwiek a gaver en Raon ; kouskoude halje, mar nije c’hoant, kad eur gamb kaeroc’h hag eur gwele welloc’h vit henez. » He wele, herve lavar an Otro a Roc’h-Huon, a oa gret gant tamo skolpat, goloet gant eun tam plouz, ha war ben eur c’hoz druillen lien kanab.

En he amzer gollet Ervoan a vije dalc’hmad o studian ar Skritur-Zakr ha lezenno an Iliz ; ar venec’h a oa en kouent Zant-Fransez a rae skol war ar skiencho-ze ; enon eo a peurachuaz ar zant he studi. Ar Skritur-Zakr a blije kement d’ean, ken a gemeraz ar gustumanz da dougen dalc’hmad warnean al levr biniget-se, hag aliez hen lake dindan he ben pa ie da gousket. Studian rae c’hoaz al leverio a gomz diouz Doue, diouz an Ele, diouz hon Zalver Jezuz-Krist, diouz ar zakramancho, hag al leverio all a gomz diouz finveo diwean an den : ar maro, ar varn, an ifern hag ar baradoz, hanvet Pevaret Levr avijo Per Lombard. Ar pez a nevoa lennet war ar finveo diwean-ze a reaz d’ean kad muoc’h aon rag barnedigez an Otro Doue, hag a reaz d’ean kriski c’hoaz he binijen. Hen he-unan a lare-ze en he glenvet diwean d’eur manac’h deuz a Wengamp hanvet Gion Morel. « Pa oan, emean, o len al leverio-ze, gant kals a boan, ha vit zentin hepken ouz ma mestro, eo a meuz disket, gant ar gwirioneo kaer a welen enon, disprizout a grenn treo ar bed-man ha karet treo ar bed-all : Enpad eis vla a zo bet kann en-hon entre ar c’horf hag an ine, an navet blavez a neuz trec’het an ine war ar c’horf, ha neuze eo a meuz kemeret eur gwiskamant a binijen, vit ober d’an dud-all, dre ma skouer, karet ar binijen, hag evit digas dalc’hmad da jonj d’in ma unan penoz na non nemet eur paour kez pec’her. » An dekvet blavez en em wiskaz paouroc’h c’hoaz, vit gallout rein muoc’h aluzeno.

D’an amzer ma oa Zant Ervoan en Raon a oa ive enon daou den iaouank deuz bro Treger oc’h ober ho studi. Unan anhe, Olier ar Floc’h, a zo bet goude-ze kure en Landreger hed he vue ; hag egile, Derien Guyomar, a iez da vanac’h en Urz zant Dominik en Gwengamp. Keit a oaint en Raon a roe Dom Ervoan d’he daou diner bep tri de vit paean ho skol ; ha d’ar gouelio braz, d’an Nedelek, da Bask, d’ar Pentekost ha da ouel an Oll-Zent, pe na vije ket an Arc’hdiakr er ger, vel ma lar Olier ar Floc’h, a bede anhe ho daou da vernian ganthan. Gret a vije eur pred braz, vel a man ar c’hiz an deio-ze, ha pa vije kouls-mern ha kasset ar meuzio war an dol, Ervoan a rae laket anhe n’eur baner vraz, ha neuze gasse Olier ar Floc’h da glask he dud, hag he dud a oa ar bevien ; vel ma hellet kridi, oll a diredeint joauz braz. Digoret a vije ledan an orejo, hag ar zant a roe d’he oll da dibri ha d’evan ; ha goude a ie ouz tol gant he daou skolaer, hag a vije roet d’he kouls ha d’an domistiket ho lod deuz ar pred mad-ze. Ervoan na gemere evithan he-unan nemet eun tam bara groz, eun neubet lugumaj hag eur banac’h dour deuz fantan Gormay. Awejo ive a vire unan anhe da dremen an noz ganthan, hag a lake anean da gousket en eur guele mad ha kaer a oa en he gamb, hag hen a c’hourvee war an douar mesk he leverio, hep diwiskan he dillad, na leme nemet he voto.

N’ouzer ket ped vla a dremenaz Ervoan en Raon, kridi rer a resevaz enon an Urjo zakr ; hag he govezour, eur manac’h a urz zant Fransez, hen alie da reseo c’hoaz ar Velegiaj ; med vel ma nevoa achu he studi war lezen Doue hag ar Skritur-Zakr, n’eur ober kouskoude erfad he dever en ti an Arc’hdiakr, a jonjaz retorn da Landreger. He eskob, a oa neuze Alan ar Bruk a nevoa ive c’hoant pelzo da welet anean o tistrei d’ar ger ; ha neuze, Ervoan a oa skuiz en Raon mesk en dud-se a vije dalc’hmad en prosez hag en chikan, hag aliez vit eun netra, vel an den pinvik-ze a rae eur prosez d’eur paour, abalamour ma nevoa he-man zantet, n’eur dremen kichen ar gigin, c’houez-vad ar meuzio, vit ken neubet all a dra a vije gret procejo ; Ervoan, gwir eo, a reaz brao-mat goab deuz an otro-ze pa deuaz da gad ar barner vit ar prosez. « Pe n’eo gwir, eme-han, a peuz c’hoant da gad arhant vit c’houez vad ho kigin, me ia da baean anoc’h. » Ha neuze a reaz zon eur pez aour en kichen skouarn an otro, n’eur laret d’ean a oa paeet mad aoalc’h evelse, penoz zon ar pez aour a dale aoalc’h c’houez ar gigin. An Arc’hdiakr a renkaz eta lezel Dom Ervoan da vont kuit, kouskoude a gare anean kals, hag hen istimout a rae ive abalamour d’he skient, d’he diskamant ha d’he zantelez ; n’allaz ket harz da ouelan pa laraz d’ean kenavo ; gwellan loen-kezek a nevoa a roaz d’ean da vont d’ar ger, med Ervoan na viraz ket pell al loen-ze, guerzan reaz anean, hag an arhant a roaz d’ar bevien ; ha neuze a distroaz war droad da Gervarzin, hag enon, vel ma hellet kridi, a oe digemeret mad, rag hast a oa da welet anean.


————

C’HOEC’HVET PENNAD


Zant Ervoan beleg ha barner-iliz en Landreger


Chetu Ervoan adare en bro Treger, an oll a nevoa dalc’het jonj deuz he vadelez en kenver ar bevien, deuz he diskamant hag he zantelez, hag a oe digemeret mad dre-oll. An Eskob, Alan ar Bruk, hen digemeraz vel he vugel, rag pelzo nevoa c’hoant da welet anean en he gichen. Neubet amzer goude a oe beleget. De he velegiaj a oa evithan eun de evuruz, eun de kaer mar zo unan ; neuze, zur-mad, a deue da jonj d’ean deuz he vugaleaj er ger en ti he dud, a deue da jonj d’ean penoz d’an amzer ze a ie aliez gant he vam da iliz zant Tual, an iliz-se lec’h ma nevoa pedet ken aliez, lec’h ma nevoa gret he bask kentan, lec’h ma oa bet konfirmet ha badeet. Kaeran oa gwelet ar zant-se o sevel ouz an oter da laret an oferen vit ar wej kentan, leun a zantelez ben neuze, ha zantifiet c’hoaz dre ar zakramant a oa o baouez reseo. Zant Ervoan a oe beleget wardro ar bla 1285, ha raktal a oe laket da berson en parouz Tredrez. N’eo ket laret a vije ret d’ean mont da chom di neuze, rag an Eskob a roaz d’ean eur garg all c’hoaz, ar garg a varner-iliz ; d’ar c’houls-se pep eskob a nevoa he dribunal hag he varner.

Barz ar garg-ze Ervoan a oa en jonj d’ober muoc’h a vad c’hoaz d’ar bevien, ha da laket muan m’alje ar peuc’h entre an dud ; ar garg a nevoa da difen treo an ilizo hag al leuveo nevoa ar bevien barz ar fondasiono. An otro Herve Koatreven, zakrist Landreger a lar penoz dal ma oe hanvet barner a roe d’ar bevien eun drederen deuz pez a c’honee en he garg ; buan ha buan a vije achuet ar prosejo, rag ar pez a glaske a oa lakat ar peuc’h entre an oll. Na roe setanz ebet nemet pe n’alle ket tremen hep he rein, pa nije prosejo war treo hag a zelle ar briedelez, pe treo-all er stum-ze. — Daou den all a lar c’hoaz penoz ho deuz gwelet aliez dom Ervoan o rein d’ar bevien an drederen deuz an arhant a oa gleet d’ean.

Ar zant n’en em lake kamed en koler, na nije ket ken neubet drouk ouz ar re vije en prosez, nemet pa wele anhe re aheurtet, neuze a groze d’he eun tamik garv hag a alie anhe da chanj zantimant, ha dre he gomjo mad ha dous a deue a-ben da lakat ar peuc’h entre-he. Pa renke rein eur setanz a welet dalc’hmad an daero n’he daoulagad, rag dont a rae da jonj d’ean penoz eun de a vije he-unan barnet gant Doue. Raoul Potarn deuz Lanveur, bet gwejal er skolio gant Zant Ervoan en Paris, hag he vreur Jakez Potarn a oa en prosez gant Javre an Enez deuz Plouganou, diwarben treo tiegez ha leuveo ; Javre ze a oa dimet da vam breuder Potarn en he eil dimi ; ken fachet a oaint ouz al lestad-ze, ken na oa den vit lakat ar peuc’h entre-he. Bet a oaint dirag dom Ervoan, ha na oaint ket muoc’h unanet evit-se, ret a vije laret penoz n’oulleint ket n’em intent. Eun devez eta a gav ar barner zantel an dud-se c’hoaz en iliz Landreger, mont a rez d’ho c’had hag a laraz d’he : « En han ’Doue, me ho ped, gret eta ar peuc’h entre-oc’h. » Med ho zri a larjont penoz a virjeint ho droejo, ha na blegje hini anhe. Ervoan a oa o vont da laret an oferen, hag a laraz d’he chom da c’hortoz anean ha pidi erfad enpad he oferen ; « Goude an oferen, eme-han, a deufet d’am c’had. » Chom a rejont en oferen ar zant, ha ben a oa achu, na oaint ken ar memez re, prest a oaint breman d’ober ar peuc’h, hast ho defoa zoken da welet ar barner zantel o tont d’ho c’had. — « Otro, eme-he, barnet hon frosez vel a garfet, ni rei pez a larfet. » — Zenti rejont outhan ; ha Javre lare goude penoz a oa bet distroet ho c’halono dre bedenno ar zant ; adaleg neuze a deujont oll da vean mignonet ar gwellan.

Zant Ervoan na oa ket den da zellet ber ouz an dud ; dont a rae awejo he domistiket hag he amezeien da laret d’ean a vije laeret treo diwar he goust, hag a gleje ober klask al laeron-ze ha punissan anhe erfad. — « Lest anhe, eme ar zant, lest an Otro Doue d’ober d’he sort a garo, me bardon anhe, c’hoaz ec’h on pinvikoc’h evit-he. » — Na rae ket kals van deuz ken neubet a dra. Med pa vije ret d’ean difen droejo an iliz, ha treo an iliz a oa en he garg difen anhe, neuze na leze den da drec’hi warn’han.

Agant-se, d’an amzer-ze a c’hoanteaz da Roue Franz, Fulup IV, hanvet en gallek Philippe le Bel, war eun digare benag, lakat eun truaj disleal war mado iliz Landreger ha re an dud a iliz ; dont a reaz tud a beurz ar Roue da Landreger vit zevel an truaj-ze, med Zant Ervoan a oa enon vit harz outhe. Bemnoz a gouske barz sekreteri an iliz vraz, paket n’eur goz valin astennet war an douar-noaz, eur min hepken dindan he ben, vit chom enon d’evesat an treo-zakr. Tud ar Roue a oa drouk enhe o welet ar beleg-ze o stourm outhe evelse, hag a hellet kridi penoz a oa ar zant bemde en risk he vue dirag ar re-ze, med he joa vije bet mervel vit difen droejo an iliz ha ti Doue. Dont a rez unan anhe vit kemer eun dra benag deuz treo an iliz, med Ervoan a lakaz anean ermez, kaer a nevoa skein. Eun all a iez da gerc’hat eur marc’h du kaer da varchosi an eskopti, ha a oa o vont ganthan pa gavaz Dom Ervoan al laer-ze er vered, lampad a ra da ben ar marc’h, diframman ra he gabesten a dre daouarn an archer, ha neuze gassaz anean d’he graou n’eur laret na oa man da gemer deuz pez a oa da Zant Tual. Ar bevien hag an dud all a oa o sellet a deuaz ive da zikour ar beleg zantel. Herve lerer, an archer-ze a goueaz war an tol ar paralisi warnhan. — Trouz vraz a oe gret gant se en ker, ar bevien hag an dud dister a oa a du gant ar zant, med ar vourc’hizien a oa eneb d’ean, rag aon ho devoa vije kemeret ho zreo gant tud ar Roue abalamour da ze. An otro Gwillaou Tournemin, trezorier Landreger, hag eur c’hloarek bourc’hiz deuz ar ger-ze a oa karget da zevel an truaj, hag a oaint fachet braz ouz Dom Ervoan, insulti reint anean beteg barz an iliz, rei a reint d’ean bep sort lezhanoio vil : « Den diwar ar maez, fallakr, laouek, truillenek zo anout, eme-he, dare eo bet d’id laket anomp da goll hon zreo. » — Ervoan na rae van ebet vit klevet komjo evelse, laret a rae d’he n’eur c’hoarzin : « Doue da bardono d’ac’h pez a laret aze, ha neuze, nag a larfec’h eun hanter waz, ze na harzo ket anhon da difen droejo an iliz keit a vo lest bue ganin. » Neuze c’heaz adare an den zantel da evesat an iliz gant Olier a Lanveur, he gloarek. — Hag en kreiz an noz, chetu hi da glevet eun drouz vraz evel eun tars-kurun ken spontuz ken a jonje d’he a oa an iliz o kouean. — « Deut ganin, eme Dom Ervoan da Olier, da welet petra eo an drouz-man. » Mont a rejont beteg an Oter vraz, hag enon chomaz Olier ; Ervoan a dalc’haz da vont beteg lec’h ma oa ar relego zantel, hag enon en doe kaoz gant unan benag. Dom Ervoan a gomze zioul hag izel, hag egile a oa krenv ha krak he gomz. Ar c’hloarek a deuaz en he speret penoz a oa Zant Tual a oa o kozeal evelse gant Dom Ervoan, rak kridi rae oa et beteg lec’h ma oa relego Zant Tual. Hir a oe ar gozeaden, ha pa distroaz Ervoan da gad he gloarek a laraz d’ean : « Gret eo ar peuc’h. » Hag en gwirione, ben an de warlerc’h a oa tud ar Roue o vont kuit. An archer a oa paralizet he dorn a deuaz da c’houlen pardon digant Dom Ervoan, ha he-man hen gwellaaz war an tol. Ha chetu et tud ar Roue ermez ar Ger hep ma oa et gant-he eur gwennek vit an truaj. An oll a gredaz penoz a oa kement-se eur burzud ha penoz a oa Dom Ervoan a nevoa gret anean. N’eo ket Zant Ervoan a nije lest ar C’hallaouet da vean mestr en Breiz-Izel.

Ar zant a oa distag deuz treo ar bed-man, med c’hoant a nevoa a vije respet evit treo an iliz.

D’an amzer ma oa barner-iliz, eme Theophana Pestien, a vije gwelet Dom Ervoan o rein he dillad kaeran d’ar bevien. Evit koach an aluzen-ze, a douge he dillad barner eun de pe daou, a denne diwarn-he pez a gaer a vije, a rae zin da lakat anhe d’ober eun dra all benag, hag a roe anhe d’ar bevien. — « An de deuaz da varner d’an eskopti, eme Derien, person Tregrom, a oa gant-han dillad kaer he garg, hag an de warlerc’h, ben a oa bet oc’h ober eun tam tro en hospital Landreger, na oa warnean nemet eur goz vantel ; he dillad kaer a nevoa roet d’eur paour benag. » Ar gwiskamant paour-ze eo a dougaz beteg he varo, damdost da bemzek vla, herve lavar an testo.

D’an amzer-ze a reaz ive meur a virakl en Kervarzin hag endro da Landreger, ha ze vit zoulaji ar bevien, rag gallout a rer laret penoz he di a oa ti ar bevien, na vire netra evit-han he unan, pez a nije a roe, ha pe na nije ken, a bede Doue vit ma vije c’hoaz.

Biskoaz, eme Ervoan Katoik, na neuz refuzet an aluzen d’eur paour, he arhant a roe, ha pe na nije ken arhant, a roe bara, hag aliez ar forniat a bez. Pe na vije ken a vara, a roe dillad, hag aliez an dillad a vije warnhan. Na gave ket braz aoalc’h he di da lojan ar bevien, kement a vije diont-he, hag a reaz zevel en Kervarzin eun hospital vit ho lojan, hag enon, eme Javre, he gure, a roe d’he kement a nevoa dindan he dorn.

Arog dibri he vern a roe he-unan bara d’ar bevien a vije toul an or, ha mar na vije ket aoalc’h a vara, a lare da darn anhe chom gant-han da dibri ho mern. Ober rae d’he azein ouz tol, ha neuze nije pep hini he lod deuz ar bara hey, deuz al lugumaj hag ar fao ; na vije nemet dour d’evan, hag ar zant a eve gant ar skul a eve ar re all goude ma dijeint evet. Pa laran a azeeint ouz tol, n’et ket da jonjal a oa ouz eun dol vel breman. Nan ! he dol a oa an douar, enon vije azeet he-unan mesk ar bevien. Goude mern a lake da bep hini en he val eun tam bara vit he goan.

Pe vije eur paour benag klanv pe diez, a vije gret d’ean eur banac’h zouben ar c’hik zall pe zouben ar blonek ; bean nije c’hoaz eur banac’h jist pe win, ha treo mad all evelse. An oll dreo mad a vije vit ar re glanv, rag ar zant na debre na n’eve treo evelse. Ar re arrie pa vije tost d’an noz a vije laret d’he chom da lojan, hag ar zant a walc’he d’he ho daouarn, na vijeint ket, michanz, bet gwalc’het pell a vije ; rein a rae d’he pez a nije a wellan, ha goude nije gret ho gwele d’he, a zikoure anhe da vont ebarz. Hen a chome neuze da bidi ha da labourat ken a vije pell an noz, ha pa vije skouiz en em dole n’he c’hourve n’eur c’houign benag.

Eun devez a digoueaz d’eur paour arriout en Kervarzin goude ma oa et an dud da gousket, ha vel na c’houle ket ober trouz da defuni anhe, a chomaz da dremen an noz war eur min damdost d’an or. An de warlerc’h, dom Ervoan, o vont ermez beure mat, a gavaz ar paour-ze enon skornet ha hanter varo gant an naon hag ar baourante. Kentan tra reaz a oa kas ar paour-ze da gousket n’eur gwele mad ha toman treo endro d’ean ; hag an noz warlerc’h a chomaz da dremen an noz war ar min a oa ar paour an noz diagent, ha ze enpad eun nozvez gouan.

Aliez a digouee d’ar zant reseo dre virakl digant Doue an dillad hag an treo-all a nije roet, na lare ket kals dra da den deuz-ze ; med dre enon nevoa muoc’h a fianz en madelez an Otro Doue, hag a dalc’he da rein keit a nije. Ouspen pevien a dene da c’houlen an aluzen diganthan ; ar venec’h paour a blije d’he dont ive da Gervarzin, rag enon vijeint digemeret mad, roet a vije d’he eur pred mad, ha keit a vijeint o tibri ar pred-ze, Dom Ervoan a debre eun tam bara groz gant eun neubet piz pe fao poahet gant dour ha c’holen, ha c’hoaz aliez na vije ket a c’holen.

O welet nag a bevien a deue bep bla da glask an aluzen ha da lojan da Gervarzin a halfe an den jonjal penoz a oa neuze, dre bermission an Otro Doue, muoc’h a bevien vit en amzerio all, ha ze vit kas a-bell brud-vad Zant Ervoan. Herve Fichet a lar penoz eun nozvez ma oa o lojan en Kervarzin, a oa enon naontek paour da goanian ha da lojan ; an de warlec’h, ar bevien a iez beure mat da glevet oferen ar zant da chapel Kervarzin, ha goude a roaz d’he bep a dam bleud arog mont kuit, rag na oa ken a vara en ti.

Eun devez a oe gwelet oc’h arriout en Kervarzin eur zoner-biel gwenedour, he hano Riwallon, he wreg hag he vugale ganthan, ha ken paour a oaint, ken a oaint, vit laret, en noaz. Dom Ervoan o welet eur baourante ken braz, a gemeraz true outhe, rein a rez d’he dillad da wiskan, eun tam boed da dibri, ha vel na devoa ti bet, a laraz d’he ober ho chomaj en he di. Neuze gomzaz d’he deuz an Otro Doue, hag a deuaz a-ben d’ober dionthe kristenien vad. Intanvez Riwallon-ze, he hano Katovad, a oa gant he fevar-ugent vla pa deuaz an Iskibien da Landreger d’interroji an testo rog ma oa kanonizet Zant Ervoan. Ar famil-ze a diskoueaz dalc’hmad kals anoudegez-vad d’ar zant, ar verc’h henan, hanvet Amis, a chomaz da vatez en Kervarzin, hi eo a iez da rein da c’hout d’Eskob Landreger pa chomaz Dom Ervoan eur zunvez en he gamb hep disken, gant aon na vije marvet enon gant an naon, breur-kaer ar zant a deuaz, a dorraz prenestr ar gamb, hag a gavaz anean o pidi war he daoulin, hag hen iac’h mat ; eun El, eme Amis, a glee bean bet o vevan anean en keit-se.

Dom Ervoan a oa eun de o tistrein deuz ar Roc’h, de ar marc’had a oa ze, eur gwener vel ma ve bepred, hag a gavaz eur paour war he hent, he-man oa eur paour ar paouran, kazi en noaz. Ervoan a nevoa prenet eur vichen vara n’eur gwitat ar Roc’h hag a roaz anei d’ar paour : « Dal, eme-han, sell aze eun tam bara, ha Doue d’as pinigo. » — « Petra, eme ar paour, a rin me gant ar bara-ze, pe n’eo gwir ec’h on hanter varo gant ar riou ; an derjen a zo ganin, hag ec’h on goal glanv, ha c’hoaz na meuz ket eun tam dillad. » — Ervoan na nevoa ket kals ive, med pez a oa warnean a roaz d’ar paour-ze vit he c’holo ha toman d’ean eun tam, ha n’eur arriout er ger a rez mont da laret da Riwal ar Floc’h deuz ar Roc’h, he gemener, prenan ter goalen mezer fetiz Leon vit ober d’ean dillad neve. Henez a oa danve dister aoalc’h, pe n’eo gwir na gouste nemet eun hanter real ar walen. Na chome ket pell an dillad neve-ze gant-han, rein a rae anhe d’ar bevien ezomek a gave war he hent.

Eun devez all a oa deut he gemener da gas d’ean c’hoaz dillad neve da Gervarzin, hag a oa enon eur paour ha na oa warn-han nemet eun toullad druillo. — « Zell, eme Dom Ervoan, zell hag hen vo mad an dillad-ze d’id, lak anhe warnout da welet hag hi zo gret mad. » Ar paour na grede ket kemer an dillad med ar zant a reaz d’ean gwiskan ar zoutanen hir-ze, ha neuze laraz d’ean : « Kemer ar pen-kap ive, ha mir an dillad-ze, sell te breman gwisket mad, ke breman da c’honid da vara, ha Doue d’as pinigo. »

Pe na nije ken arhant, a werze dillad da brenan bara d’ar bevien, evit-he, ha nan evit-han, a oa ar mado nevoa bet digant Doue, med gallout a ret kridi penoz an Otro Doue a roe d’ean kals a c’hraso abalamour d’he aluzeno ; eun devez zoken, herve greder, a deuaz hon Zalver he-unan da c’houlen an aluzen da Gervarzin, ha chetu aman penoz. — Eun devez, eme Ervoan Suet, a oan et d’am mern da Gervarzin, hag a weliz Dom Ervoan arog mern o rein eur forniad vara a bez d’ar bevien. Pa oamp o vont ouz tol a deuaz c’hoaz eur paour al lousan, goloet a druillo, eun heuz he welet ; ar zant a lakaz anean en he gichen ouz tol hag a roaz d’ean he skullad. Ar paour na debraz ket kals tra, hag a iez ermez prest goude ; pa oa war an treujo a distroaz endro n’eur laret : — « Kenavo ha benoz Doue d’ac’h ; ha kenkent ar paour-ze, ken vil arog-ze, a deuaz da vean ken kaer ha ken lugernuz ken a sklerie an ti gant-han. » Dom Ervoan en em dolaz war he daoulin n’eur ouelan : « Ah, eme-han, gwelet mad a ran penoz a neuz kasset an Otro Doue eun El d’am gwelet. » Ouspen eun El a oa, Jezuz he unan a oa. Chom a reaz, eun neubet deio hep kridi tostat ouz an dol, rag, eme-han, zantifiet eo bet gant hon Zalver.

Kement gwej a dremenan dirag porz Kervarzin a deu da jonj d’in penoz kals a bevien a neuz bet enon digant Zant Ervoan aluzen ar c’horf ha hini an ine, eun tarn bara hag eur gomz vad ; enon meur a wej ec’h eo bet kresket ar bara dre virakl, ha bepred de ar pardon, neuz forz pegement a bevien a deu da c’houlen an aluzen, a ve kad eun tam evit pep hini.


————


SEIZVET PENNAD


Zant Ervoan person Tredrez.


Tredrez a zo eur barouz an de a hirie a eunnek pe daouzek kant den ; bean zo enon eur vrao a vourg war an huel, ust da Lomikel-an-Trez. Ahane weler chapel zant Eflam en Plistin, bro Leon, bourg Plounerin hag ar mor braz.

Dom Ervoan a oa bet hanvet da berson er barouz-ze dal ma oa beleget, med na vije ket o chom enon nemet bep pell ha pell, en Landreger a renke chom vit ober he garg a varner. Evit derc’hel he blas hag ober al labour a nevoa eur c’hure, hanvet Javre Riou, henez a instrue an dud hag a roe d’he ho zakramancho. C’hoant aoalc’h a nevoa kouskoude tud Tredrez da welet ho ferson o chom dalc’hmad en ho zouez ; hag eun devez a c’hoantajont da-vad hars anean da retorn da Landreger, renkout a rez kemer eun or guz hag eun hent treuz vit mont kuit hep goud d’he.

N’ouzer ket dre-zur petra neuz gret er barouz-ze keit a oe person enon, med gallout a reomp laret penoz a lakaz he skiant, he diskamant hag he volonte vad vit ren an dud-se dre an hent mad ; ho c’helennet a neuz deuz he wellan dre he gomz hag he skouerio mad.

N’eur c’hroaz-hent, damdost d’ar bourg a zo c’hoaz eur min lec’h n’em lake ar person zantel war he daoulin da laret he vreurial ha da len ar Skritur-Zakr ; hag ouz ar vered a zo eur min hag a vije dindan he ben enpad he gousk. Ar presbitoar a zo enon a zo bepred, herve lerer, an hini oa Zant Ervoan o chom ebarz. Keit a oa person enon a reaz anoudegez gant eun tiegez tudjentil a oa o chom en kastel Koatredrez (an ti-ze zo hirie en parouz Lomikel). An otro oa enon o chom a oa an otro Keranraiz, hag he itron a oa Theophana Pestien. An dud-se a oa mignonet vraz d’ar zant, ha dre ma oaint pinvik, a reint kals aluzenno evit heuill he alio mad. Gant an dud-se eo a iez Zant Ervoan d’ober pelerinaj zant Ronan, enon ve kals a belerined de ar gouel, ha bep seiz vla a ve gret eur prosision endro d’ar mene zo en kichen, rag dre enon a dremenaz relego ar zant-se pa oaint digaset deuz Hillion, lec’h ma oa marvet, beteg lec’h a man breman be zant Ronan. Dom Ervoan hag ar belerined a oa gant-han a bede aliez hed an hent, ha pa vije achu ar beden, ar zant a lare d’he eur gomz vad benag ; chom a rejont eur pennad d’ober eur diskuiz n’eur c’hroazhent, ha keit a oaint enon a oa ar person o komz d’he deuz aviel an de-se, en keit-se a dremenaz an Otro a Goatpont hag eun denjentil all war varc’h ; an den didoue-man, o klevet ar zant, en em lakaz da c’hoarzin ha d’ober goab diont-he. — « Gwelet a ret, eme Dom Ervoan, an den-ze a dremen aze c’houeet gant an ourgouil, na briz ket chom da chilaou komjo Doue ; mar vije bet aman n’em flas pemp pe c’houec’h plac’h o tansal gant taboulin an diaoul, a vije chomet gant-he ; me garfe ve skoet gant ar c’hlenvet vit ma rei pinijen enpad he vue. » Neubet amzer goude, an den-ze goueaz paralizet.

An Otro Doue na blij ket d’ean a ve goapeet ar re dalc’h he blas war an douar. Goude maro Zant Ervoan a deuaz an den-ze war ve ar zant da c’houlen pardon ha iec’het digant-han, hag a oe gwellaet, hag adaleg neuze a deuaz da vean eur c’hristen mad.

O tistrein deuz Zant-Ronan, Dom Ervoan a dremenaz dre Gemper, hag enon oe pedet da brezek barz an iliz vraz. Prezeg a rae en gwirione vel eur zant, bet a nevoa digant Doue ar pez zo eom vit ober eur zarmoner mad, braz a oa, ha kasti, eur vouez krenv, eun aer zantel, eur galon hag a zante pez a lere, he daoulagad o virvi a roe da c’hout penoz a oa leun he galon hag e speret deuz pez a lare. Komz a rae evelse en brezonek, en gallek hag en latin, deuz a re vije o chilaou. En Kemper a gomze an dud brezonek, hag en amani da ze, a gomzaz en brezonek, ha da bell goude a gomze c’hoaz an dud deuz ar c’homjo kaer a nevoa laret ar zant d’he.

Goude bean pedet dirag relego zant Kaourintin, ec’h eaz Ervoan da welet menec’h zant Fransez, rag ar venec’h ze a gare kals ; ha goude a iez da c’houlen he venoz gant an Eskob a oa neuze Alan Morel. Pa oa achu he droio en Kemper, Dom Ervoan a iez gant famil Pestien d’eur c’hastel kichen bourg Landeleo, lec’h ma oa Moris ar Mene o chom ; enon govesaaz Theophana Pestien hag he merc’hed, ar re-man, dre ali ar zant a reaz voeu a virjinite. Keit a chomaz en ti Moris ar Mene a rene he vue ordinal, neubet a debre, ha na eve nemet banac’ho dour hag eun daken win benag ebarz kement ha livan an dour. Moris hag hen a vije o kousket er memez kamb, hag eun nozvez an otro-ze a glevaz enpad he gousk eur vouez krenv hag a lare : « C’houi zo aze kousket n’eur gwele mad, ha jervijer Doue a zo duont kousket war eur min dindan an amzer. » Moris, nec’het o klevet ar vouez-ze, a glask he vignon, med na gavaz ket anean, neuze deuaz da jonj d’ean penoz a nevoa klevet Dom Ervoan o laret ec’h aje da welet be zant Eleo ; mont a rez an otro beteg enon, hag a gavaz ar person zantel kousket war ar min a oa bet gwejal gwele ar zant-se. E man bepred enon ar min-ze a hanver Ti zant Eleo. Ahane greder a iez Dom Ervoan beteg Naonet da welet be zant Klair, hag a distroaz d’ar ger dre Wened, Gwengamp, ha Louargat ; herve lavar tud ar barouz-ze, Zant Ervoan a laraz enon an oferen en chapel ar C’hleuziou a zo breman en parouz Zant-Eler.

D’an amzer-ze ar person zantel a chome hir-amzer da bidi arog laret an oferen, daoulinet d’an douar, he ben-kap war he ben, ha pa zave ahane a vije an daero o ruillal gant he diou jod ; skuill a rae daero c’hoaz enpad an oferen, dreist oll enpad ar goureo.

O welet eun devosion ken braz, an dud a vije n’he oferen n’elleint ket hars da bidi ive a greiz kalon. Goude he oferen a rae he beden vit trugarekat an Otro Doue, hag enpad an de kement a rae a vije vit-ze. Eur voest arhant a vije dalc’hmad ganthan en he gerc’hen vit kas an Otro Doue d’an dud klanv, evelse vije dalc’hmad en kichen he Doue ; mont a rae gant an hent n’eur bidi, he ben-kap war he ben, he daoulagad ganthan war draou.

Vad a rae da Dredeziz n’em gad gant ho ferson, ha chom a rae ganthe da gozeal pa gave anhe war an hencho pe er parko, hag aliez a gomze d’he deuz an Otro Doue ha deuz zilvidigez ho ine ; kement a blijadur ho dije o klevet anean, ken na skouizeint ket o chilaou. Ha neuze ar zant a vije gant-han komjo ken dous, ken mad, ken karantezuz ken en em zante douget an oll d’hen karet.

He oll leuve a roe d’ar bevien ; bean nevoa ar zant endro da hanter-kant skoet leuve, ha ze rafe hirie pemp mil livr leuve ; evel person a nevoa c’hoaz eun dra benag, med na vane netra gant-han, d’ar bevien a roe anhe. Ar re na dije ket a goat d’ober tan a ie da gerc’hat d’he barko ; al lugumaj a vije enhe a vije oll d’ar bevien ; an ed, goude vijeint dornet na vije ket kals eom da gas anhe d’an arc’h, diwar al leur a vije roet kals anhe. D’an amzer-ze a vije kernez aliez er vro, hag eur bla benag a oa ken paour an oll, ken a oa poan o kad bara, dibri rae an dud beteg douar vit torri ho naon. — War-dro gouel zantez Mari Madelen a deuaz eun toullad mat a bevien da glask eun dra benag da Gervarzin vel ma devoa ar gustumanz da dont, hag eun devez Zant Ervoan na vane netra gant-han, hag a laraz d’he : « Na meuz-ket aman breman netra da rein d’ac’h, med et aze d’al liorz ha zellet hag hen eo mad da dibri ar fao a zo en-hi, mar int mad, ha mar blijont d’ac’h, kemeret diont-he pez a garfet, ha digaset anhe aman ganac’h da boac’hat ; ar re zo o chom en kichen a gasso pez ho deuz eom gant-he d’ar ger. » An de warlerc’h pevien Landreger a deuaz ive da gerc’hat fao, ha kals a re-all deuz ar bilajeno wardro ; kement a deuaz da gerc’hat, ken, ben tri pe bevar de goude, na vane ken a fao.

Eur blavez all a deuaz eur gouan braz endro da Ouel an Nedelek hag a badaz beteg ar c’hoaraiz, hag a oa bet amzer da gad mizer ; dont a rae ar bevien da gad Dom Ervoan, ha ken ien a oa ken a greneint gant ar riou : « Paourante memp, em-he, ha na memp netra d’ober tan da doman, na peardra da gad, nemet rein a rafec’h d’imp. » — « Me na meuz ket a goat da rein d’ac’h, eme ar zant, med, et d’ar park ma park ha troc’het baelan da gas ganac’h, med na gasset ganac’h nemet pez a peuz eom, vit ma vo kad pez a vano da rein d’ar re a deuio c’hoaz da glask. »

Eur blavez a oa ker an treo da gouls an est, Dom Ervoan o welet na nevoa ken netra d’ober arc’hant, a jonjaz gwerzan eul loen-kezek a nevoa vit labourat he douar ; mont a rez da Landreger da gad Riwalan Trakin, he vreur kaer, hag a laraz d’ean prenan he loen-kezek diganthan ; med Riwalan en em lakaz da grozal d’ar zant : « C’houi, eme-han, zo eur zot ahanoc’h hag a peuz c’hoant da werzan ho marc’h vit rei treo d’ar bevien. » Dom Ervoan na reaz van ebet deuz ar c’homjo-ze, kement a reaz war he vreur kaer ken a brenaz he loen. Gret a oe ar briz raktal, ha touchet an arc’hant, ha neuze ar zant a laraz d’he c’hoar mont da brenan bara d’ean da rein d’ar bevien, rag ar re-man vije ordinal war he lerc’h.

Enpad ar gernez c’hoaz, a gever d’ar zun wen, a deuaz tremen daou-c’hant paour da di Zant Ervoan da grial gant an naon, ha na oa en ti nemet seiz pe eiz kwennegad vara, rag ker a oa ; ar zant a dalc’haz da droc’han deuz ar bara-ze ken a nevoa bet pep hini he dam, hag oll ho devoa bet peb a dam.

Eur wej all en Kervarzin a roaz an aluzen da bevar baour war-n’ugent gant eun tam bian a vara, talvoudegez daou diner marteze : « Rein a rin, eme ar zant, keit a pado, ha Doue rei ar peur-rest. » Nag a vije bet mil ouspen, da laraz an test a gonte-ze, a vije padet ar bara beteg ken a nije bet pep hini he dam.

Eun devez a laraz ar person zantel da Javre Riou, he gure, ha d’eur beleg all hanvet Herve Jakob, mont da gerc’hat d’ean eun tam ed diouz an arc’h a oa en ti Thomaz Guillou a oa o chom en bourg Tredrez kichen an iliz. Mont a rejont, med kad a rejont an arc’h digrogennet ha kazi goullou ; hag hi da retorn da laret d’ar person penoz a oa kont. — « Na vet ket nec’het, emehan, traoalc’h a vo bepred, da c’hraz Doue, med ret eo d’in mont da welet hag hen eo gwir ze. » — Mont a rez gant-he raktal, ha ben neuze oa leun an arc’h a ed. Na oa kap den da vean gret kement all n’eur ober ken neubet amzer, Doue hepken a helle bean gret ar burzud-ze. — An tol-ze a zo dalc’het beteg breman jonj diont-han ; kridi rer penoz ec’h eo abalamour da ze a digas ar belerined eun dornad pe eur vozad ed gant-he da rein d’ar zant de ar pardon.


————
EIZVET PENNAD


Zant Ervoan person Louanek.


Enpad eiz vla ec’h eo bet Zant Ervoan person en Tredrez, hag a hellomp kridi penoz a neuz gret kals a vad er barouz-ze. Dre urz he Eskob a guiteaz Tredrez vit mont da berson da Louanek. Louanek a oa d’an amzer-ze eur barouz ien ouz Doue, ha tud a oa enon hag a oa diez dont a-ben diont-he, kouskoude oe digemeret mad ar person neve gant-he. Gout a ouie ar zant gant piou a nevoa d’ober, ha lakat a rez he oll nerz hag he oll garante da gelen an dud-se vit distrein anhe diwar an hent fall. Ben neubet amzer goude, a oa kresket mat ar fe ha karante Doue en parouz Louanek, chetu aze petra eo kad eur person zantel, gant he gomjo mad, he skouer vad hag he bedenno a nevoa goneed anhe da Zoue. Bean oa enon tud a skouer fall, uzuillerien anveet gant an oll vit bean laer, hag a restituaz ar mado laeret gant-he, hag a reaz pinijen vit rapari ho bue fall. Dre ali ho ferson a iuneint diwar bara ha dour, a roeint an aluzen d’ar bevien, hag a reint kals a dreo poaniuz.

En mesk an dud fall-ze a distroaz ouz Doue a oa Javre Krabanek, eun den al lousan hag anveet gant an oll vit pez a oa. Dom Ervoan a damalle d’ean aliez he wall-vue, hag hen alie da guitat ar vue a dizurz-ze ha da jerviji erfad an Otro Doue. Eun devez Javre a ro he hir d’he berson : « ret eo d’in, eme-han, kuitat ma gwal-vue hag ober rin, hen touet a ran d’ac’h. » Dont a reaz an den-ze en gwirione da vean adaleg neuze eur c’hristen mad, bevan reaz c’hoaz pell goude.

Bean oa c’hoaz en Louanek eun denjentil pinvik, he hano Derien Kerjelvestr, hag a oa anveet vit bean eun den ar fallan en kenver ar groage hag ar merc’hed, ouspen-ze a damallet d’ean c’hoaz eun torfet. Dont a rez a-ben he berson d’ober d’ean distrein diwar an hent fall a heuille, mont a rez an den-ze da Rom war droad vit pidi war be an Ebestel, hag enpad he veaj na rez nemet gouelan he bec’hejo hag ober pinijen. Pa distroaz d’he barouz a roaz kals aluzeno d’ar bevien, ha bemde beure-mat a lare ar breurial pe ofis ar Werc’hez, evit-han da vean dimet.

Eun all c’hoaz, eur c’hloarek, Auffret a Runmin, a rene eur vue re skanv ha na oa ket diouz he stad ; zentin reaz ouz he berson, ober reaz pinijen, mont a reaz en pelerinaj beteg Rom war he droad ; ha goude ma oe distro d’ar ger, a oe beleget dre ali he berson. Goude-ze a neuz dalc’hmad renet eur vue zantel, hag enpad ar c’hoaraiz a iune gant bara ha dour.

War an hent a ia deuz Louanek da Gervaria-Sulard a zo eur chapel vian hag a zo bet zavet lec’h ma nevoa gret Zant Ervoan eur mirakl, al lec’h-ze a zo hanvet Keralan. Eun devez o retorn deuz Landreger a dremenaz dre enon, hag a gavaz an tad hag ar vam glac’haret braz ; ho bugel a oa bet kouett er stank hag a oa beuet. Ar zant a gemeraz ar bugel war he divrec’h hag a rentaz anean bew mat d’he dud.

Kichen kastel Barac’h, damdost da hent Lannuon a zo eur min braz ledan hag a weler enhan c’hoaz roud ar bal. Herve lerer, Zant Ervoan a oa o tont d’ar ger eun noz benag, ha dre ma oa skouiz a chomaz da gousket war ar min-ze ; aliez ben-neuze a nevoa tremened he nozvez enon, rag ar min a oa hanvet ben-neuze gwele Dom Ervoan. Eun den diwardro hag a nevoa maliz ouz ar zant a gavaz anean enon, hag a oa o vont da rein d’ean tol ar maro, bantet a oa he bal gant-han evit skein, med ar zant a difunaz o klevet leio-douet an den-ze hag a bareaz an tol, med merk ar bal a zo chomet barz ar min aboue. An den-ze a nevoa bleo du arog-ze, med adaleg neuze a deujont da vean ru-tan, ha re he vugale memez tra.

Deuz Louanek ar zant a deue aliez da Gervarzin, rag Louanek na man nemet peder lew ahane ; delc’hen a rer jonj c’hoaz deuz an hent a rae ; a amzer da amzer a chome war he daoulin da bidi n’eur c’hroaz-hent benag vel Kroaz-ar-Skijo, pe war eur min benag lec’h a achue he vreurial pe a lenne ar Skritur-Zakr, pe c’hoaz a rae he beden a galon da c’hortoz gwelet hag hen deuje unan benag da c’houlen kovesat.

Eun otro deuz a Gintin, Javre Botherel, a iez d’an amzer-ze d’an douar zantel, hag a digasaz gant-han gouriz ar Werc’hez a oa bet roet d’ean gant Patriarch Jeruzalem ; meur a virakl a oa bet gret dre ar gouriz-ze, hag a oe zavet eun iliz neve en Kintin vit hen lakat. Person Louanek a glevaz-ze, hag a iez di gant kals a belerined all vit enori an tenzor-ze hag an iliz, rag eur gouel braz a oa bet enon pa oa biniget an iliz neve-ze. Digoueout a rez d’he tremen dre barouz Kohiniak, hag a gavjont bugale ar bourg-ze o vont da gerc’hat dour n’eur lec’h diez ha danjuruz. — « Ben arc’hoaz, eme Zant Ervoan, ar fantan-ze na vo ken aze. » — Den na grede a vije et ar fantan ahane ben an de warlec’h, ha kouskoude diouz ar beure a gavjont anei kals hueloc’h, lec’h ma oa ezet kad dour diont-hi.

Braz a oa zantelez Zant Ervoan, hag he binijeno dreist ordinal, hag an dud a ouie ze ; gout a ouieint ive penoz he c’halloud a oa braz, pe n’eo gwir a roe an Otro Doue galloud d’ean d’ober miraklo. Eun devez eta a oa kroget an tan n’eur vilajen pell deuz ar bourg, en ti eun den a oa hanvet Hamon ; mont a reaz unan benag da glask ar person da dont da zikour lac’han an tan ; Dom Ervoan a redaz di kenkent, hag a welaz a oa eun tan braz ha na oa kap den d’hen lac’han, gant eur fianz vraz en Doue a reaz zin ar groaz war an tan, a dolaz eun neubet takenno lez warnean ha raktal a oe mouget. Ar burzud-ze a iez ar vrud anean dre-oll barz ar vro, ha na gomzet nemet deuz person zantel Louanek.

Eun devez Dom Ervoan a nevoa pedet eun toullad tud da vernian gant-han, he gure oa gant-he ive ; ar c’houls a oa deut da gad mern, ha na oa en ti nemet eun tam bian a vara. Ar zant hep zellet pe oa kals pe oa neubet, a roaz diont-han d’ar bevien a oa enon rok mern. Ar C’hure, na nevoa debret tam bara ebet daou de oa, a laraz d’ar brejerien all : « Beomp war evez, pe na chomo tam bara ebet ganimp. » — Dom Ervoan o klevet se a roaz d’ar c’hure eun hanter deuz ar bara, ha he-man a glenkaz he dam vit ma gavje anean d’he vern. Pa oa ar c’houls da vont ouz tol a iez da glask he dam bara, med na gavaz ket anean ; goulen a reaz gant piou a oa et, den na nevoa kemeret anean, o welet na gave ket he vara a iez drouk en-han, hag hen kuit. Dioustu oa et arok a oe gwelet o tont en ti eur wreg vian hag a laraz : « Dom Ervoan a meuz klevet laret na oa ken a vara en he di, ha na gave ket evit arhant, hag ec’h on deut da gas eun tam d’ean ; » ha n’eur laret ze a lakaz war an dol ter dorz vara paket n’eul lien gwen, ha neuze iez d’azein n’eur c’horn. Med mont a reaz ahane hep na ouiaz den man ebet, klasket a oe vit ma dije he mern, med na oe ket kad. Zant Ervoan a laraz d’he tewel war ze. Herve lavar an testo na devoa ket gallet ar wrek-ze mont ermez an ti, pe n’eo gwir a oa zerret an or, ar c’hure nevoa prennet anei pa oa retornet d’an ti. An oll a gemeraz ar greden penoz a oa kement-se oll eur burzud, ha bean oa en gwirione.

Entre parouz ar Vinihy ha Koatreven a zo war hent Lannuon eur pont hanvet ar Pont-Losket. Ar pont-se a oa bet devet, hag a oa eun artizan deuz Langoat, he hano Ervoan Kerwezenek, o vont d’ober unan neve ; ziouaz d’ean, digoueet a oa d’he artizanet troc’han an treusho re ver, hag a oa o vont da gad eun tam mat a goll mar vije ret d’ean diskar gwe all d’ober treusho. War ze a arriaz person Louanek o vont da Gervarzin, hag o welet an dud-se glac’haret, a c’houlaz petra oa, hag a oe laret d’ean. — « Marteze, eme-han, na peuz ket muzuret mad, diskwelet d’in ho muzur, ma welin. » Muzuri rez ar zant an treusho hag a gavaz anhe re hir. N’ellan ket laret pegement a oe trugarekaet ar zant gant an dud-se ; hen na laraz d’he nemet eun dra : bean kristenien vad ha diwall d’ober drouk da den ; hag a dalc’haz da vont gant he hent. Ar pont-se zo bet gret aliez aboue, med kement gwej a dremen an den dre enon a hell laret : aman neuz gret Zant Ervoan eur mirakl.


————
NAVET PENNAD


Penoz a rae he dever a berson.


Barz ofis koz Zant Ervoan a lenner penoz goude ma oa bet avokat ha barner-iliz a oe beleget a laket da berson, vel ma peuz lennet aman arog, hag a diskoee dre he zarmonio hent an env d’ar re a nevoa ar garg diout-he.

Dom Ervoan vel eur pastor mad, vel eun eil Jezuz-Krist, a oa prest dalc’hmad da brezek ha da instrui an dud a gave war he hent, ha tostad a rae an dud d’he glevet gant joa ha plijadur. Aliez a digouee d’ean, pa dremene dre eur park benag lec’h a vije tud o labourat, chom pennado mat da gozeal gant-he, da gomz d’he deuz ho ine, deuz an Otro Doue, dalc’hmad a gave en he galon eur gomz vad vit an oll, pe eun histoar benag tennet deuz bue ar zent. Pa gave tud ha na ouieint ket ho Fater, a chome hed eun hanter de awejo da diski d’he laret « Hon Tad pini zo n’env », ha pe nije disket d’he ho feden a lare d’he laret anei aliez. Pe vije kals pe neubet, na na vije nemet unan hepken vit he chilaou, a oa prest da laret bepred eur gomz vad benag vit mad he ine ; ha dre-ze Louanegiz a oa deut da gad eur garante vraz evit-han, karet a reint anean oll evel ho zad.

Lakat a rae he oll nerz da gomz eneb ar pec’hejo louz ha mezuz, rag c’hoant a nevoa da welet an oll o ren eur vue bur ha zantel evelthan ; laret a rae treo ken kaer diwarben ar vertu a burete, ken n’alle ket ar re hen c’hleve chom hep istimout ar vertu-ze ; ha kals a dud douget d’al lubrisite a zo bet n’em gonvertisset goude bean klevet he gomjo.

En Landreger a oa diou blac’h dirollet anveet gant an oll, Alis, merc’h Hamon Deot, ha Raoulin, hag a chanchaz a vue goude bean bet o klevet zarmonio Zant Ervoan ; ober rejont eur govizion jeneral, hag adaleg neuze a rejont pinijen pad ho bue evit rapari ar skouer fall ho devoa roet. — Kals a verc’hed a renk huel a reaz voeu a virjinite vit heuil alio ar zant ; hag Alan Thomaz a lar penoz he wreg hag hen a nevoa miret dalch’mad ar vertu a burete, goneet gant komjo Dom Ervoan.

Evel zarmoner na oa ket he bar, elec’h unan a iaje da glevet eur beleg all, ec’h aje tregont hag ouspen da glevet person Louanek ; kuitat a rae zoken an dud an Eskob evit mont d’he chilaou. Rein a rae d’intent d’an oll pez a nije c’hoant da laret, na oa ket a dro gant he gomjo, skler ha frez a oaint da bep hini d’intent ; deuz eun tu-all, he gomz a nevoa muoc’h a boez dre ma oa diouz eur renk huel, dre ma oa disket kaer hag eun den zantel. Dom Ervoan a oa ive eun den kaer ha neuet mad, gwelet anean oa traoalc’h vit bean douget d’he enori ; an tan a oa n’he daoulagad a rae d’anveout purete he ine hag he gorf, hag a rae d’an oll hen karet ha n’em stagan ouz he gomjo.

Eun devez a oa Dom Ervoan ha Hamon he vevel o veajin war droad, herve ma lar Hamon, e oaint o retorn diouz Raon, ze oa enpad an hanv deuz ar beure, skler al loar vel an de. Arriout a rejont barz an draouien lec’h a man rivier al Lenv ; bet a oa kals a c’hlao an deio diagent hag a oa kals a dour endro d’ar pont a gleeint da dremen, bean oa zoken daou doul don en daou ben ar pont, hag an dour braz a c’holoe ar pont he-unan. « Na memp ket eom da jonjal tremen dre-aze, eme Hamon ar Ber, beuet zur a vefemp. » Dom Ervoan en em lakaz da c’hoarzin, a grogaz en dorn he vevel hag a laraz d’ean : « Tremen a refomp hon daou, da c’hraz Doue, pe vefomp beuet hon daou, med ret eo d’imp tremen. » Neuze reaz ar zant zin ar groaz war an dour, ha raktal a baouezaz da redek, ha neuze dremenjont ho daou hep poan ebet ; goude ma oaint tremenet en tu-all, Dom Ervoan a reaz adare zin ar groaz war an dour, hag an dour en em lakaz da redek vel arog. Ar mirakl-ze a rez da Hamon gwelet penoz a oa an Otro Doue a du gant he vestr.

Eskob Landreger, Javre Tournemin, pa rae tro he eskopti a vije Dom Ervoan gant-han, ha he-man a zarmone ken aliez hag a vije eom d’ober ; war droad a vije dalc’hmad, kouskoude nevoa peardra da gad eul loen-kezek, med gwell a oa gant-han mont war droad, ha pa rae an Eskob digas eur marc’h evit ar zant, a lake Dom Ervoan he gloarek pe eun all benag war he gein, hag hen a gerze vit gallout komz ouz an dud war an hent, ha laret d’he eur gomz vad benag.

Kement a blije he gomjo d’an dud, ken a ie ar re nije klevet anean eun de d’he chilaou c’hoaz an de warlec’h. Na vije ket o klask enorio, pell ahane, pellaet a rae dionthe muan m’alle.

Eun de benag a oa Zant Ervoan n’eur pardon en bro Treger, hag a oa en zell an dud da glevet anean o sarmon. Med n’em gad a rez enon eur manac’h a urz zant Dominik, hag a roaz Dom Ervoan he renk d’ean. An dud fachet deuz-se en em lakaz d’ober trouz barz an iliz, ha n’ouzer ket petra vije digoueet mar na vije ket deut ar zant da laret d’he tewel en han ’Doue, ha chilaou zioul komjo ar manac’h-ze ; zentin rez an dud ouz ar zant, hag a rejont peuc’h raktal.

Arog he zarmon, Zant Ervoan a bede kals hag a greiz he galon, war he daoulin ha juntet he daouarn gant-han, ha pa zave a vije gwelet aliez an dour o tont deuz he daoulagad ; aliez zoken en kreiz he zarmon a vije stonket hag a renke n’em loskel da ouelan ; pelec’h neuze a vije chomet kalono an dud hep bean tomet gant he gomjo ; a dra-zur, na vijeint ket vit hars da ouelan.

An abostol zantel-man na skouize kammed o prezek, digoueout a rae d’ean zarmon er memez de en liez a barouz hag a vije eur pennad mat entre-he. War droad a ie dalc’hmad, hag aliez war iun, kaer a vije offr d’ean da dibri ; kement a vije he speret hag he galon gant he zarmon, ken a ankoee dibri hag evan ; ben an noz a vije ken dinerzet, ken a nije poan o chom n’he zav. Digoueet eo bet d’ean mont deuz a Gervarzin eur beurevez da zarmon d’ar Roc’h, da Bleuzal ha da Blouek-Pontreo ; hag eur beurevez all da zarmon da Landreger, Tredarzek ha Pleuveur. Eun devez, de Wener ar Groaz a nevoa zarmonet war maro ha pasion hon Zalver en seiz parouz ha da diwean en Pleuvian, hag a oa ken skouiz an de-se ken a renkaz kemer harp war brec’h he vignon Ervoan Trowel vit mont d’ar ger.

Kals a freuz a denne an dud diouz ar zarmonio-ze, ha kals a deue da govesat da vet han goude bean klevet he zarmon. Prest a oa dalc’hmad da chilaou kovizion an dud ha da rein d’he da gomunian. Aliez a deue an daero n’he daoulagad keit a vije o kovesat, ha dre-ze a douge ar re ie gant-han da govezat da gad kals a c’hlac’har d’ho fec’hejo ; hag ar re vije bet gant-han eur wej na chouleint ken hen kuitat, gant a vad a nije gret d’ho c’halon klevet he gomjo hag he alio mad.

Eun devez a oe gwelet oc’h arriout en Louanek eun divroad hag a oa deut vit gwelet ar person, he glevet ha kovesat gant-han, rag, eme-han, klevet a nevoa komz diont-han vel deuz eun den zantel meurbed. Goude he govizion, an den-ze a zantaz eun devosion ken braz, hag eur glac’har d’he bec’hejo vel na nevoa zantet biskoaz ; gouelan reaz kals war he bec’hejo, hag adaleg neuze na c’houlaz ken pellat diouz ar beleg zantel, c’hoantat a reaz chom dalc’hmad en he gichen vit he welet hag he glevet ; aliez a ie da welet Dom Ervoan da Louanek ha da Gervarzin ; daou vla a chomaz evelse en he gichen, ha neuze c’houlaz digant-han petra oa gwellan d’ean d’ober vit he zilvidigez ; ar zant o roaz ali d’ean da vont da gouent zant Fransez, ha raktal a iez an den-ze di.

Zant Ervoan a gare ar bevien, med an dud klanv a gare marteze muoc’h c’hoaz. Dal ma vije roet da c’hout d’ean a vije klanv unan benag diouz he barouz, a ie d’he welet. Tener a oa he galon en kenver ar re glanv vel kalon eur vam en kenver he bugale. Kentan tra a rae a vije kovesat anhe, neuze roe d’he da gomunian, ha goude-ze roe d’he zakramant an nouen. An Otro Doue vije gant-han en he gerc’hen n’eur voest vian arc’hant. Eur wej a vijeint nerzet evelse gant ar zakramancho-ze ha laket en peuc’h gant ho Doue, a lare d’he na devoa ken eom da gad aon rag ar maro, penoz er stad a oa lakeet ho ine a vije digoret d’ei dorejo ar baradoz. O pegen kaer a vije klevet Zant Ervoan o komz deuz evurusted ar baradoz, deuz ar zent a zo enon o veulin Doue hag o pidi evidomp, deuz ar garante hag ar vadelez a neuz hon Zalver evidomp ; hag ar c’homjo kaer-ze a rae vad d’ar glanvourien, n’ouffen ket laret pegement. Pa digouee d’ean mont da welet pevien glanv, goude bean reit ho zakramancho d’he, a roe d’he eun aluzen benag, hag a lare d’he rein da c’hout d’ean pa dije eom eun dra benag. Aliez a ouie, hep ma vije laret d’ean, pelec’h a vije tud klanv. Eun devez a oa o tremen dre ru ar Glujiri en Landreger pa deuaz eun den war he lerc’h da laret d’ean : « Dom Ervoan, deut aman prim da govesat eur c’hlanvour zo o vont da vervel. » — Raktal a distro diwar he hent vit mont da rein he zakramancho d’an den-ze ha da zikour anean da gad eur maro mad. — Ha n’eo ket evelse a ra bepred beleien Breiz-Izel ? Kad a veint dre bep sort amzer, hag en noz hag en de, o vont wardro an dud klanv da gas d’he an Otro Doue, ar Binijen hag an Nouen ha gras ar maro mad ; ze diskoe a heuillont bepred erfad roujo Zant Ervoan.


————
DEKVET PENNAD


Penoz a rene he vue zantel.


Estonet a van an den an de hirie pa wel pegen braz pinijen a neuz gret ar zant braz-man enpad he vue. N’eo ket bet merzeriet gant an dud, med hen he-unan a neuz gret d’he gorf zouf poanio kri ar sort a neuz bet zoufret ar verzerien.

Bean vije gant Zant Ervoan dindan he dillad all eur roched lien stoup groz, rust vel eur gouriz reun, ha pe na vije ken rust aoalc’h, a roe anei d’eur paour hag a gemere eun all rustoc’h. Gwiskan rae anei gleb, hep aon rag ar ienien ; dindan ar roched-se a vije gant-han c’hoaz eur gouriz reün, med neubet a dud a ouie ze ; eun neubet deio rog he varo a roaz anean d’he vevel da gas d’eun ermit a veve n’eur lec’h distro en kichen ar Roc’h, lec’h a man breman ar Penity ; an ermit-se a ouie a nevoa Zant Ervoan ar roched reun-ze hag a nevoa goulet anei digant-han. Na gave ket a oa rust aoalc’h ar binijen-ze c’hoaz, hag a leze c’hoaz al laou da grignat anean en bew, ha pa digouee d’unan benag diont-he dont war var he dillad a haste lakat anei adare en he jave. Dom Ervoan a gouske neubet, na gave ket hir aoalc’h an de, hag a chome ken a vije pell an noz da bidi ha da labourat ; ha pa vije skouiz a lake eul lever pe eur min dindan he ben hag en em astenne da gousket n’eur c’houign benag, juntet ganthan he daouarn war he galon. He wele oa gret vel eur c’hravaz, gant daou dam koat a hed hag eun toulad bizier a dreuz warnhe, na lake nemet eun tam plouz war ar gwele-ze, hag enon a gouske awejo, paket n’eur goz valin, hep diwiskan na dillad na boto. En Louanek en em astenne awejo da gousket war eur min kichen dor an iliz, vit bean tostoc’h d’an Otro Doue. Koach a rae gwellan m’alle he binijeno, med gouveet a vije bepred eun dra benag. Pa digouee d’ean chom da gousket n’eur presbitoar pe n’eun noblanz benag, eme Herve Koatreven, a rae eun tam jogan d’ar gwele vije gret d’ean, ha neuze, pe nije achu he bedenno, en em astenne da gousket war blad ar gampr.

Dom Ervoan na debre nemet evit derhel he vue, vit harz da vervel gant an naon. Dija pa oa en Paris, d’an noad a barzek vla a roe d’ar bevien ar c’hik a vije roet d’ean vit he bred ; da bevar bla war-n’ugent na debre ken tam kig ebet, ha bep gwener a iune, med ze na oa kazi netra. Daouzek vla arog he varo, Dom Ervoan a iune gant bara ha dour bemde enpad ar c’hoaraiz, an avent, hag an deio vije iun ha vijel ; enpad ar bla a hent-all a iune tri de ar zun, hag an deio na iune ket na debre nemet eur pred bemde, hag he bred a oa eun tam bara groz hag eun neubet lugumaj, piz pe fao pe treo evelse, poahet en dour gant eun tam holen, ha c’hoaz aliez na vije ket a holen. Er stum-ze a rae he bred, neuz forz pelec’h a vije, nag a vije en ti an Eskob pe ti eun den pinvik benag. Eur wej benag, pa vije dalc’het re warnean a lake diou pe der daken win en he dour. Bean oa tud pinvik, vel an itron Pestien hag a rae dre ali ar zant vijel bep merc’her vel ma ra ar re zo en drede urz zant Fransez.

Doue reaz miraklo da diskoe penoz a blije d’ean pinijen he jervijer. Eun devez ma oa o tremen dre gastel Botloy, en parouz Planiel, a gavaz enon eur glanvourez, an itron Jan a Dournemin a oa klanv pell a oa, hag a oe gwellaet goude bean bet digant ar zant eun tam bara trempet barz an dour a eve. Bevan rez an itron-ze goude-ze tremen ugent vla c’hoaz, hag a lare aliez : « Mar hon bew, eme-hi, ec’h eo d’Ervoan a Gervarzin a glean ze. »

« Eun devez all, a lar ar Flem deuz Louanek, ar person am c’hassaz da gerhat eun dorz vara d’an ti forn, hag a gemeriz an tam gwellan a gaviz. » — « Henez, eme Ervoan, a zo re gaer ; na oa ket a vara all disteroc’h evit henez ? » — « Eo, eme ar Flem, med ar bara all ze a oa bara brenn ha n’eo ket mad vit an dud. » — « Henez a meuz c’hoant da gad, eme ar zant, kers da gerhat anean d’in buan. » Neuze reaz d’ar bevien azein endro d’an dol, ha chetu raktal eun evn bian da dont en ti dre ar prenestr hag o vont war skoa ar zant, kemer a rez an evn bian-ze n’he dorn, ha goude bean gret stad anean, ha chomet eur pennad mat da zellet outhan, a laraz d’ean : « Ke rok, en han ’Doue. » An evn a nijaz kuit, ha kement hini oa enon a gemeraz ar greden penoz an evn-ze a oa deut enon vit rein d’anveout zantelez ar person, rag biskoaz, nag aboue nag arog na zo bet gwelet er vro eun evn evel henez ; ken gwen hag an erc’h a oa he c’houk hag he gov, hag he gein a oa glaz ha luf evel eur berlezen ; chom a rae gant ar zant hag hen digor he dorn gant-han, ken a laraz d’ean mont kuit.

Pa varve pevien en hospital Landreger a roe Dom Ervoan pez a vije eom vit lieni anhe, aliez a vije hen ho liene, hag awejo a zikoure dougen an arched d’ar vered. — Eur manac’h deuz a Wengamp, Gion Morel, a lar penoz a oa bet ter zun dustu en Kervarzin gant ar boan en he c’har, hag a welaz en keit-se penoz a digemere Zant Ervoan ar bevien ha penoz a blee gant ho c’horf ha gant ho ine. Eun devez, eme-han, a digoueaz d’eur paour mervel en ti ar zant, ha dre ma oa gouliet a oa c’houez fall gant-han. Ar bevien na dostaaz hini bet diont-he an de-se, gant aon na vijeint laket da lieni ar c’horf maro, ha d’he dougen d’ar vered. Dom Ervoan hag eur manac’h all a walc’haz ar c’horf maro, a lienaz anean, hag a gassaz anean d’ar vered.

An Otro Doue a rae d’ean da c’hout pelec’h a vije tud klanv, vel ma peuz lennet aman arog ; rein a rae d’ean da c’hout ive awejo petra glee arriout gant an dud. Ar manac’h a oa o chom er Peniti, kichen ar Roc’h, a nevoa c’hoant da gad eun neubet graso digant Arc’heskob Tour en em gave en Landreger, ha matez koz Zant Ervoan a oa karget d’ho goulen, med o vean na grede ket mont hi hec’h-unan da gad an Arc’heskob, a laraz da Dom Ervoan ober ar goulen-ze. Ar zant a zavaz he daoulagad entresek an env, a chomaz eur pennad hep laret gir, ha neuze respontaz : « Ar manac’h-ze en em daono, re a blij an arhant d’ean. » Dont a rez ar gomz-ze da wir, goude maro Zant Ervoan, ar manac’h-ze a dilezaz he vue zantel, vit n’em dol d’ar bed ha d’he blijadurio.

Ken kalet a oa pinijeno Zant Ervoan, ken a nevoa goal-boan he gorf paour o tougen anhe ; ar beden eo a roe d’ean nerz aoalc’h d’ho dougen. Na neuz tremenet gwej ebet hep laret he vreurial, neuz forz pegement a labour nije d’ober. He vreurial ha levr ar Skritur-Zakr a vije dalc’hmad gant-han ; he vreurial a chom c’hoaz eul loden diont-han en presbitoar ar Vinihy. Bemde a lare an oferen, nemet bean vije eun dra benag o hars anean d’he laret ; arog he oferen, a ie war he daoulin kichen an oter, hag enon, pleget he ben ha juntet he daouarn gant-han, a bede a galon vad. Awejo a glevet anean o ouelan, hag an dour o kouean diouz he daoulagad war he dillad, hag en kreiz he daero a lare : « O Jezuz, Mab Doue, krouet enhon eur galon bur, ha gret ma vo hadneveaet hag eünet ma speret. » N’eur laret ar Gonfiteor en traou an oter a ouele adare, hag aliez adaleg ar Zantuz beteg ar gomunion. Enpad ar goureo dreist-oll, he galon a vije ken tomet gant karante Doue, ken a ie beteg huanadi ha difronkal. Hessa rae koach-ze gwellan m’alle ; med bepred a vije klevet eun dra benag gant a re vije en he oferen, hag a rae ze vad d’ho c’halon, rag zantout a reint, o klevet ar zant, penoz a greske ho devosion hag ho c’harante vit Doue.

Eun de benag enpad ar goureo a oe gwelet eur sklerijen gaer o paran war ar c’hali, hag oc’h ober endro d’ean eur gurunen lugernuz ; ar sklerijen-ze a baouezaz dustu goude ar goureo.

Eun devez-all Olier Lanveur, sakrist Landreger, o vean et beure-mat da digori an iliz vraz, a welaz eur goulm leun a sklerijen o vont diouz ar sekreteri beteg an oter a oa ar zant o pidi en he c’hichen ; an iliz a oe sklerijenet oll gant ar goulm-ze. Lezel a reaz ar zakrist he gleier vit mont da welet a dostoc’h, med raktal a oe mouget ar sklerijen ; hag ar zant a grozaz d’ean c’hoaz dre ma nevoa zonet neubeutoc’h vit an deio-all, en tuont da-ze a laraz d’ean diwal da gomz da den deuz pez a nevoa gwelet. Herve lar ar zakrist, Zant Ervoan a oa chomet en iliz an noz-ze pad an noz.

Pe na vije ket o studian, Zant Ervoan a vije dalc’hmad o pidi, pe a c’heno pe a galon, hag an oll a c’hanve anean ar Person zantel. Neubet a gomze, ha pa rae, a vije deuz an Otro Doue pe treo all hag a zelle zilvidigez an ineo. Awejo brenne warn-han dor he gambr, hag a chome enon hep dibri nag evan hed eun daou pe dri de, eur wej a chomaz pemp devez evelse, ha seiz eur wej all. Tud he di, nehet ben neuze, a jonjaz a oa maro, hag ec’h ejont da gad Eskob Landreger, dont a rez an Eskob da Gervarzin gant eun neubet chaloniet da welet penoz a oa kont ; med prennet a oa dor ar gambr ha n’alleint ket mont ebarz, neuze oe gelvet Ervoan Gonan, breur-kaer ar zant, ha he-man a dorraz ar prenest vit mont barz ar gambr, Zant Ervoan a oa war he daoulin o pidi, hag o welet troc’het he beden d’ean gant an drouz-ze, a laraz d’he vreur kaer : « Me garje vijec’h bet klanv monz en ho kwele hirie vit na vijec’h ket deut aman d’ober kement-se drouz. »

He amzer a oa al loden vrasan anei vit ar beden, med al loden all a oa vit he labourio hag he studi. Plijout a rae d’ean kals len bue ar Zent ; pez a gave a wellan enhe a lake goude en he zarmonio, ha vertuio pep hini anhe a lake n’he speret vit kad jonj d’ho heuil. — Abad Bear, hanvet Per, a ro d’imp da c’hout penoz a nevoa skrivet Zant Ervoan eul lever hag a oa he hano Bleunio ar Zent, hag a oa enhan a dra-zur bue zent ar vro-man da neubeutan ; al lever-ze a zo bet kollet, ziouaz, ar c’holl-ze a hellomp zellet anean vel eur c’holl braz, rag pebez tenzor na vije ket bet entre hon daouarn eul Lever bue Zent gret gant eur zant ; gwir eo a hell bean chomet eun dra benag deuz labour Zant Ervoan barz al lever Bue Zent a zo entre hon daouarn.

Eun dra hag a blije kals da Zant Ervoan a oa lakat he diskamant hag he speret vad da gelen an dud all. Herve Lanno, person ar Roc’h, a lar penoz a ie Javre Kernabat, trezorier iliz Landreger, hag hen bemde da Gervarzin, sepet ar zadorn hag ar zul, evit klevet gant ar zant eur gentel war ar Skritur-Zakr, pe war bue eur zant benag ; hag a oaint bet o vont di evelse tri bla dustu arog maro Dom Ervoan. Beure-mat a lare an oferen, ha goude a nije amzer da rein ho c’hentel d’an daou otro-ze rog ma vije arri pevien enon. Pe nije achu gant an otrone-ze a ie da bleal gant ar bevien, da zarmon d’he ha da rein d’he an aluzen ; dalc’hmad, da larez Hamon Nikolaz, a vije ar bevien war he lerc’h. Da greiste a vire an otrone-ze da vernian, ha goude mern a ie d’he gambr, hag enon a chome da bidi ha da studian beteg ken a vije ar c’houls da laret ar gouspero, neuze diskenne deuz he gambr, a lare ar gouspero gant he daou vignon, ha neuze ie d’ambroug anhe eur pennad war hent ar Roc’h pe war hent Landreger, n’eur gomz d’he deuz eun histoar pe eun dra zantel benag ; an de warlerc’h a vije memez tra, hag evelse a denneint eleiz a freuz mad evit ho ine diouz komjo ha skouerio Zant Ervoan.


————
UNEKVET PENNAD


Zant Ervoan a ra dressan Iliz Landreger.


Piou a nije laret, pa oa badeet Zant Ervoan en iliz Landreger, penoz a vije hen a raje hadzevel an iliz-ze ? Ha kouskoude ec’h eo hen a lakaz n’he ben dressan an iliz koz-ze, rag arri oa fall. D’an amzer-ze na oa ket eun iliz vrao en Landreger, pell ahane, bian a oa, tenval hag izel, eun iliz a hiz koz hag eul lambruch koat d’ei. Zant Ervoan a nevoa gwelet ilizo kaer barz ar broio lec’h a oa tremenet, hag a jonjaz kaerat eun tam ive hini Landreger. Gret a oe goab diont-han, ha goulet digant-han penoz a halje ober al labour-ze pe na oa ket arc’hant da ze. Ar zant na reaz van ebet vit klevet kojo evelse ; na oa ket peardra d’ober al labour, mont a rez da glask gant he fianz bepred en Doue. Mont a rez da gad an Duk a Vreiz, an Dukez, Otrone braz palez an Duk ha noblanz vraz all ar vro, goulen a reaz digant-he, en hano Doue, ho aluzen vit dressan ha kaerat iliz Landreger, ha den na zerraz d’ean he dor nag he ialc’b, pep hini roaz he dam. Goude bean bet o kad an dud vraz-ze a iez ive da gad an Eskob, ar chaloniet, personet ha beleien an eskopti, hag oll, beteg an dud ar muan dister, a rojont ho aluzen d’ar zant ; ha neuze prim ha prim a oe laket al labour en tenn hag artizanet da labourat. An Otro Doue roaz da c’hout dre eur burzud pegement a blije al labour-ze d’ean. Ezom a oa koat-labour kals, hag ar zant dre ma ouie a nevoa an otro Per Rostren koajo kaer damdost da Landreger, a iez da c’houlen digant-han eun toullad gwe.

Noblanz Rostren-ze a nevoa kals a gerent en bro Treger, Kastel Beurleudi a oa d’he, ha kals a leuveo all er vro-man, en Beurleudi, Runan, Trogerri hag el lec’h all. Digemeret mad a oe ar zant gant an otro-ze ; laret a rez d’ean kemer gwe pez a nije eom, hep damant, deuz an dibab. Zant Ervoan hen trugarekeaz, a iez d’ar c’hoat, hag a rez diskar kaeran gwe a oa enhan. Ziouaz ; evit-han, bean oa er c’hastel tud anviuz, tud a isign fall hag a iez buan da laret d’an otro penoz na oa manet netra a vad barz ar c’hoat, ha penoz na gleje ket bean lest Ervoan Heloury d’ober kement a reuz hag a distruj en he goat war digare dressan iliz Landreger ; et a oa gant-han, eme-he eun hanter muoc’h a goat vit na oa eom. An otro a gredaz an dud gaouiat-se hag a iez drouk enhan ; ha pa deuaz ar zant d’hen trugarekat en hano zant Tual, na gavaz ket a gomjo vil aoalc’h da laret d’ean. « Klevet ’ta, Otro, eme Dom Ervoan gant dousder, an Doue a labouran evit-han a ro kant evit unan vit pez a rer evithan ; gallout a refet aprou ze ; et arc’hoaz d’ar c’hoat hag a welfet hag hen eo gwir pez a laran. » Pa welaz an otro penoz a gomze ar zant a douseaz d’ean ; hag an de warlerc’h ec’h ejont, an otro hag he dud d’ar c’hoat gant Dom Ervoan goude ma nevoa laret he oferen. Chom a rejont batet pa weljont petra oa digoueet : Ar gwe diskaret a oa diwanet ter gween war druncho pep hini anhe, ha gwe kals kaeroc’h vit ar re oa bet troc’het. An otro Rostren en em dolaz raktal war he daoulin dirag ar zant da c’houlen pardon digant-han, hag a laraz d’ean kemer c’hoaz gwe pez a garje vit peurachui he labour.

Pe oa labouret ar c’hoat hag arri en Landreger, chetu an artizanet nec’het adare ; ar c’halvez a nevoa troc’het he dreusho daou droatad re ver ; penoz d’ober ? Kement a vez a deuaz d’ean ken a iez en dizesper, hag a nevoa c’hoant d’en em grougan ; poan a oe o harz anean d’ober-ze. Trubuillet evelse a iez da gad Zant Ervoan, a vuzuraz an treusho dirak-han hag a reaz d’ean gwelet a oaint re ver. Ar zant a laraz d’ean komjo dous ha brao vit hen lakat en peuc’h, ha neuze n’em lakaz war he daoulin da bidi ; pa oa achu he beden a zavaz hag a laraz d’ar c’halvez gant kals a dousder : « Ma mignon, kemeret ho neuden ha muzuret c’hoaz, marteze na poa ket muzuret mad. » — Ar c’halvez gemeraz he neuden, a vuzuraz hag a gavaz an oll dreusho tremen daou droatad re hir. Kement artizan a oa enon o welet ar burzud-se a vanaz estonet braz, gwelet a rejont dre enon pegen madelezuz a oa an Otro Doue n’ho c’henver, labourat a rejont welloc’h goude, ha n’eur ober neubet amzer a oe achuet an iliz.


————
DAOUZEKVET PENNAD


He vlavejo diwean, he Varo.


Bean zo hag a jonj, pa glevont komz diouz eur zant benag, penoz ar zent a zo bet tud trist, tud ha n’eller kad na joausted na plijadur ganthe ; n’eo ket evelse a gleer zellet ar zent. Zant Ervoan a oa eun den joauz, hep ober kals a drouz a vije piijadur gant-han kement, ken ar re hen anvee a glaske liessan m’alleint bean n’he gompagnonez. Hag ar joausted-ze a welet dalc’hmad, war he visaj ; pa vije o pidi a bede a greiz kalon, med pa vije gant an dud a vije joauz dalc’hmad, ha dre-ze ar poanio hag an trubuillo n’elleint ket he diskar.

A galon vad a lare eur farz benag d’ar bevien ha d’ar re all ive. A-gant-se dont a rez di eun de benag eur paour hag oa o vont da Zant-Jakez-Spagn en pelerinaj, he voto oa mad, med eun tam lard ho devoa eom ; ar zant a gemer eun tam lard hag a lardaz he-unan boto ar paour, hag en keit-se a rae goab deuz eun all a nevoa digaset d’ean eun dorz vara re gaer ; eur wej all a c’hoarzaz he oalc’h gant ar paour a nevoa gwisket he zoutanen neve hag he ben-kap.

Mar deue kement a dud war he lerc’h en Raon, en Landreger hag el lec’h all, na oa ket hepken abalamour ma roe an aluzen ; kals a deue d’hen kad dre ma dije plijadur o kozeal ganthan. Bean zo erfad eun dra hag a zo gwir, Zant Ervoan a oa kalet he ben vel pen eur breton, ha pez a nije laket n’he ben a dalc’he d’ean da vad, na diskroge ket diont-han buan ; an oll a hell gwelet se, na neuz nemet tol ple. Mar na vije ket bet kalet a ben, na nije ket dalc’het ken stard d’he binijeno ha d’he vue galet vel ma rae. Pe oa deut ar C’hallouet vit zevel truajo diwar mado iliz Landreger a peuz gwelet penoz a dalc’haz pen d’he ; ha pe c’hoanteaz hadzevel iliz Landreger a welet penoz eo deut a-ben deuz he dol, kaer a oa da gentan ober goab diont-han.

Ar burzudo a rae Zant Ervoan a nevoa kasset ar vrud diont-han a bell ; hag en kement parouz a oa, a vije c’hoant pe arrie da welet anean o vont er gador-zarmon da laret eur gir benag d’an dud, rag kals a vad a denneint deuz he gomjo ; Doue hepken a hell laret pegement a dud a neuz konvertisset dre he gomjo mad ; deuz an eil parouz d’eben a ie an dud war he lerc’h vit chilaou anean o sarmon.

An Otro Doue nevoa roet galloud d’ean zo-ken war an diaoulo, hag ec’h eint ermaez an dud posedet pa lare d’he mont.

Eun devez, eme Ervoan an Hostiz, a gleviz komz diouz eun den posedet gant an drouk-spered ; kas a riz anean da gad person Louanek, ha dont a reaz d’am heul evel eun oan.

Ar person a c’houlaz digant-han barz iliz Louanek ha gwir a oa penoz a oa an diaoul n’he gorf. « — « Ia, eme ar paour kez den, gwir eo, hag aliez a ven poaniet gant-han, euzuz eo ar poanio ra d’in zoufr ; aliez ive a glevan anean o komz ouz-in. » — « Rog ober netra all ebet, eme ar zant, a vo ret d’ac’h kovesat. » Zenti reaz an den-ze ouz ar person zantel, mont a reaz war he daoulin hag a goveseaz he bec’hejo. Goude he govizion a oe goulet adare digant-han hag hen oa bepred an diaoul en-han ? - « Ia, emehan, laret a ra d’in e man en zell c’hoaz da dourmanti anon an noz-man, abalamour ma meuz digaset anean aman. » — « Gevier a lar, eme ar zant, rag fenoz a chomfet aman, aman em zi a debrfet ho koan hag a gouskfet, hag a vo gwelet hag hen gredo c’hoaz krigi war-n-oc’h. » — Chom a reaz an den-ze ti ar person ; Dom Ervoan a vinigaz an ti hag ar gwele gant dour biniget, a laraz aviel zant Ian ha pedenno all war an den-ze, hag a chomaz pad an noz da bidi ha da studian. An den-ze gouskaz erfad, ar pez na nevoa ket gret tri bla oa, hag adaleg neuze en em gavaz iac’h mad. Goulet a oe digant-han deuz ar beure : « Ahanta, e man bepred an diaoul en-oc’h ? » — « Na man ket, eme-han, et eo kuit. » — « Trugarekeet breman an Otro Doue, eme Dom Ervoan, ha me rei ive, et d’ar ger, klevet aliez an oferen, ha roet pez a halfet aluzeno d’ar bevien ; pedet Doue erfad, miret he c’hourc’hemeno, ha neuze an drouk-spered na nevo ken a velli war-n-oc’h. »

An den-ze oa Alan ar C’hoz deuz a Drelevern, eskopti Treger. Kals a dud a zo bet test diwarben ar mirakl-ze, mab Alan ar C’hoz he unan, he hano Guillaou. He dad, eme-han, a oa spontuz gwelet penoz a vije tourmantet ha gwal-gaset gant an diaoul. Pa deue bario-konar d’ean a nije c’hoant da skei war an dud ; draillan rae he dillad, spontuz a iude, na gouske banac’h, ha ruillal a rae war an douar n’eur laret : « Perag a dourmantez anon ? » Renket a oa dastum anean n’eun ti ha prennan an or warnean ; dre ar prenestr a vije roet d’ean he dam boet, med na debre ket kals tra, ha c’hoaz a lake ar boet-se barz al lousoni arog dibri anean. Kement-man a digoueaz daou pe dri bla arog maro Zant Ervoan. An den-ze a vevaz pemzek vla c’hoaz goude ma oa bet gwellaet, med na deuaz ken goude-ze an drouk-spered war he dro.

Zant Ervoan a zante oa arri tost ar maro d’ean, ha sul-vui a ouie a dostae, sul-vui a laboure evit mad an ineo. Neuze eo a reaz he destamant, vit ober vad gant pez a vanje war he lerc’h goude he varo. Arog-ze a nevoa zavet eur chapel en Kervarzin en enor d’ar Werc’hez ha da zant Tual ; ar chapel-ze eo hirie iliz-parouz ar Vinihy, aboue ar bla 1801, gwir eo penoz eo bet kresket ha kaeraet aboue.


Testamant Zant Ervoan


« Me, Ervoan Heloury, beleg dister, ha jervijer disteran Jezuz-Krist, a ro d’ar chapel a meuz zavet en enor da Jezuz, d’he Vam zantel ha da zant Tual : da gentan, an ti zo n’he c’hichen hag a meuz zavet gant al leuve a oa digoueet em lod diwar mado Heloury ma zad ; al leuve-ze zo en kichen ar chapel ; stagan ran out-hi c’hoaz leuve ma mam a zo kichen ar re ze, en parouz ar Vinihy, herve lezen ha kustumanz ar barouz-ze ; d’an eil : tregont livr leuve war douaro ar Genkiz vit ezomo ar chapel ha re ar velein a vo karget diont-hi : ar veleien-ze a laro dalc’hmad an oferen en-hi gant grad-vad an Eskob. Ar mado all a vano goude ma maro, mar van eun dra benag, ha na gredan ket a vanfe, nemet eul lever benag a ran impli gant-he vit mad ar gristenien, hag ar re-ze roan d’ar veleien a vo karget deuz chapel Kervarzin. Ar veleien-ze a gleo bean o chom dalc’hmad barz an ti meuz zavet evit-he. — Doue d’am zikouro ha da rei ar vue a bado da viken d’ar re deuio war ma lerc’h. — Gret ar gwener goude gouel zant Per miz eost, er bla daouzek kant seitek ha pevar ugent. Rei a ran d’an oll da c’hout penoz al loden-ze a roan deuz mado ma zad ha ma mam, ec’h on me perc’hen d’he, gant grad-vad Eskob Landreger ; med na maint ken em hano, aboue m’eo zavet chapel Kervarzin a meuz staget ar mado-ze out-hi, da laret eo aboue ar bla 1293 ; na c’houlan ket kouskoude en stum ebet a rafe gaou an testamant-man ouz ma c’herent nesan. »

Dom Alan ar Bruk, neuze eskob Landreger a ziellaz an testamant, hag a roaz da Dom Ervoan ar garg deuz ar chapel-ze. Vel ma welet, ar zant a zavaz chapel Kervazin hag eun ti n’he c’hichen gant he leuve, war eun tam douar a deue d’ean deuz a du he dad, hag an douar a stage ouz ar chapel a oa eul loden anhe deuz a du he dad hag al loden-all deuz a du he vam, hag a rae an hent an dro d’he, vel ma ra bepred, an hent a ia deuz a Gervarzin d’an od ha deuz ar chapel da fantan Zant Ervoan ; gwir eo, hirie an douaro-ze na nint ken d’ar chapel, potred ar skrab a nevoa gret gwerzan anhe d’amzer ar Revolusion.

Dom Ervoan a nevoa zavet he chapel en enor d’ar Werc’hez ha da zant Tual, med dal ma oe laket en renk ar zent a oe hanvet ar chapel-ze chapel Zant Ervoan Kervarzin. D’ar chapel-ze ha da ve Zant Ervoan en Landreger eo a deu ar belerined da c’houlen ho mennad digant ar zant.

Aboue ma nevoa zavet he chapel, Dom Ervoan a vije aliesoc’h en Kervarzin, ha tri de rog he varo a laraz vit ar wej diwean an oferen barz ar chapel viniget-ze. Vad a ra da galon ar beleg a deu da laret an oferen di jonjal penoz enon neuz laret ar zant aliez-aliez an oferen gant eur garante hag eun devosion dreist-ordinal.

An Otro Doue nevoa reit da c’hout da Zant Ervoan pegouls a glee mervel, hag eun de benag, teir zun rog he varo a laraz da Itron Pestien : « O welet pegen dinerz ec’h on deut da vean, a welan erfad penoz ec’h on dare da vervel, ha ze zo eur joa vraz evid-hon, ha mar blijfe gant Doue tostad an heur-ze e mije c’hoaz muoc’h a joa, rag brasan dezir em euz ec’h eo gwelet ma c’horf o vont da netra ha ma ine o vont d’ar baradoz. » — Ar c’homjo-ze a lakaz an itron n’eun dristidigez vraz. — « Otro, emehi, pedet an Otro Doue d’ho lezel eur pennad c’hoaz war an douar, abalamour d’in hag abalamour d’ar re gar ahanoc’h. Perag kuitat anomp ken abred, me ho ped, chomet gan-imp, pe laret da vianan vel zant Martin, penoz a vevfet c’hoaz mar gav mad an Otro Doue ho lezel war an douar evit mad an dud. » — « Mar pije gwelet anon, eme ar zant, o tistrei deuz ar brezel ha deut ar viktoar gan-en e vijec’h bet joauz eveld-hon, ha breman a ouelet pa blij gant Doue am c’has ganthan evit paean anon deuz an neubet a vad a meuz gret evit-han ! ze ne dere ket diouac’h. » — Ar zunvejo diwean-ze a reaz he gimiad d’ar re hen daremprede, med beteg ar pen pellan a dalc’haz da ren he vue a binijen. Tad abad Bear a deuaz d’he welet ar zun gentan a viz mae, hag he gavaz gourveet war he goz vallin du gant ar poultr hag ar fank, dindan he ben a oa daou levr evit pen-gwele. Keit a oa an tad abad enon a noe ezom ar zant da vont ermez, hag en keit-se a dolaz an tad eun tam plouz fresk n’he wele, rag na oa ken kazi tam ebarz, hag eun tam dornad-all dindan pen he wele ; med ar zant pa distroaz a lemaz ar plouz-ze hag a lakaz he wele vel ma oa arog.

D’al lun, an drizek a viz mae, a deuaz an otro Javre Tournemin, eskob Landreger, da Gervarzin da welet ar zant, ha ganthan eun neubet chaloniet ha beleien. An eskob a grozaz d’ar zant gant karante abalamour ma oa astenet war eur gwele ken paour ha ken kalet, he dillad ganthan hag he voto ler en he dreid, rag kad a rae penoz a glee bean re diez er stum-ze. — « Otro n’Eskob, eme Dom Ervoan, trugare deuz ho madelez, med, mar plij, lest anon, aman n’em gavan gwelloc’h vit neblec’h-all ebet. » Kement all a respontaz da Dom Ervoan ar C’hognat, barner-iliz Landreger ; he-man hen pede brao da lezel lakat da vianan eun tamik plouz dindan-han. « Na deurvean ket a ve gret ze evidon, eme ar zant, ha neuze, kad a ran a zo traoalc’h dindan-hon ; » ha war-ze, juntet he daouarn gant-han, hag he daoulagad war he grusifi, en em lakaz adare da bidi.

Er zun a varvaz, kaer a nevoa bean brevet gant ar boan hag ar c’hlenved, a lare an oferen bemde hag a govesae ar re vije da govesat, prezek a rae ive bemde vel an ordinal beteg ar merc’her rog he varo. Ar merc’her-ze, herve lar an otro Moris Javre a laraz vit ar wej diwean an oferen gant muoc’h a garante hag a devosion vit biskoaz barz chapel Kervarzin. Enpad an oferen a skuillaz kals a daero hag a chomaz pell da huanadi, ha ken dinerz a oa, ken a oe ret zikour anean da wiskan an ornamancho da laret an oferen ; ret a oe zoken krigi enhan enpad an oferen vit hars anean da gouean, ha d’ar goureo a oe renket he zikour da zevel he divrec’h gant an hosti hag ar c’hali ; Tad-abad abati Pempoul hag an otro Alan ar Bruk, arc’hdiakr Landreger, a oa en he gichen evelse enpad he oferen diwean, hag an otro Kermel a oa ive gant-he. Ben a oa achu he oferen e oa ken skouiz ken n’alle ken ; kouskoude a gavaz nerz aoalc’h c’hoaz da govesat ar re oa o c’hortoz anean da ze.

Sibilla, groek Remond Grézil deuz ar Roc’h, dougerez, ha prest da dispakan, a deuaz an de-se da gad ar zant goude an oferen. — « Petra zo, eme-han ? » — « Otro, eme-hi, klevet a meuz na oac’h ket iac’h, ha kouskoude me moa c’hoant da govesat, mar pe ar vadelez da govesat ahanon » War ze a iez en he goaze hag a goveseaz ar wreg-ze, ha goude-ze ec’h eaz adare n’he wele.

Ben an de warlerc’h de Iaou-bask, na oa ken vit chom n’he zav na n’he goaze ; chom a reaz war he wele, hag enon laraz c’hoaz he bedenno gwellan m’ellaz gant kals a devosion, rag, bep ma tinerze he gorf, a zeblante he ine krenvat, gant ar hast a nevoa da welet an otro Doue. Diskoe rae an env d’ar re oa n’he gichen, ha vit konzoli anhe a gomze d’he deuz evurusted ar baradoz. An de se, de an Asansion, a reaz eur govizion jeneral gant an Otro Javre Lanno, person ar Roc’h.

Dal ma oa klevet a oa klanv Dom Ervoan, a oa et ar c’helo da Louanek ha dre-oll barz ar vro, hag a deue kals a dud d’he welet, dreist-oll deuz Louanek. Ar zant pa welaz-ze a gasas di raktal mab Rivoalan hanvet Jabret, da difen da Louanegiz dont d’he welet, ha da laret d’he e oa ezetoc’h, a drugare Doue. D’ar gwener kouskoude a deuaz c’hoaz da Gervarzin daou den pinvik deuz Louanek : Gwignanvarc’h Haranen ha Derien Koatalio. Gwignanvarc’h a laraz da Dom Ervoan : « Otro, n’oc’h ket ezetoc’h, vel ma lare ho mevel. » — « Doue oar, eme ar zant ; » ha neuze zavaz he daouarn juntet hag he daoulagad tresek he grusifi a oa dirak-han. — « Pell-zo eme-han, e moa c’hoant da vean er stad-man, aliez meuz laret d’an Otro Doue lezel anon da vervel. » D’ar zadorn a glevaz ar re oa endro d’ean o laret penoz a vije ret mont da gerc’hat ar medesin. « Nan ! Nan ! eme-han, na mo biken medesin nemet ma Zalver Jezuz-Krist. » — Arog an noz a c’houlennaz kad da gomunian, kaset a oe an Otro Doue d’ean, ha neuze laraz nouin anean. Person ar Vinihy, an otro Hamon ar Gorrek a roaz d’ean zakramant an Nouen, hag enpad an Nouen ar zant a oa he daoulagad war he grusifi, hag hen he-unan a responte da oll bedenno an iliz. Bean oa endro d’ean kals a dud, beleien ha tud-all ; an Otro Ervoan ar C’hognat, barner-iliz, an Otro Javre Kernabat, trezorier an iliz vraz, Ervoan Rachel, Ian a Gerc’hoz, he goz vignon, mevelien he di, Katovad hag he bugale.

Goude an Nouen a gollaz ar gomz, med he vuzello a boke bepred d’ar groaz, hag he daouarn a oa juntet gant-han vit diskoe penoz a nevoa c’hoant da bidi beteg he huanaden diwean ; enpad an noz a rae zin ar groaz amzer hag amzer. D’ar zul ar beure, pa oa krog an de da dont, rog zav-heol a zavaz he daoulagad tresek an env, ha neuze vanaz vel kousket ; maro oa ; an naontek a viz mae er bla 1303, noajet a hanter-kant vla. He varo zo bet eur maro dous, na neuz bet poan ebet vit mervel, ha na vanaz ken neubet merk ebet na war he vuzello, na war he daoulagad, na war he visaj da laret a nije bet poan o vervel. He visaj, treut ha drouk-livet pa oa bew, a deuaz da vean kaer, ru ha brao ; he vuzello a zeblante c’hoarzin ouz an dud ; vit gwelet unean, den na nije laret e vije maro. Glac’haret a oa an oll pa glevjont a oa maro Dom Ervoan ha dre-oll er vro a iez ar c’helo raktal, an eil a lare d’egile n’eur ouelan : « Maro eo Dom Ervoan, eur zant a den, oh ia, eur zant. »


————
TRIZEKVET PENNAD


He interramant. — He viraklo.


Eur zul ar beure eta a varvaz Zant Ervoan ; ha vel ma-c’h eo d’ar zul en em wel vit ar muan an dud war ar maez, chetu n’eun tol ber a ouiaz an oll ar c’helo-ze ; ha kement a dud a direde da welet ar zant da ouelan ha da hirvoudi n’he gichen, da bokat d’he daouarn ha d’he dillad, ken a deuaz aon d’an Eskob na digoueje eun dra benag dreist-ordinal, hag a reaz kas anean da iliz Landreger an de-se. Na oe ket kemeret amzer d’he lienan na d’he archedi ; ar veleien a dougaz anean vel a oa, gant he dillad paour ha dister, deuz a Gervarzin da Landreger. An hencho oa leun a dud ha gant kals anhe a oa goloio, hed an hent a vije renket poz aliez vit lezel an dud da bokad d’he daouarn, d’he dreid ha d’he dillad. Louanegiz hag ar bevien a oa oll dezolet, na reint nemet gouelan. Eskob Landreger a nevoa roet urz d’ober da Dom Ervoan eur be barz an iliz vraz, med ar be-ze n’en em gave ket kreiz an iliz vel hirie, rag chapel an Duk na oa ket gret c’hoaz, ha dre-ze en em gave ar be kichen ar voger. Pe oa arri ar c’horf zantel en Landreger, a deuaz an Eskob, ar veleien hag eur foul vraz a dud a renk huel d’he digemer ental dor an iliz vraz. Neuze oe diwisket d’ean he dillad, hag a oe lienet. Zevel a reaz prez da c’hout piou a c’halje kad eun tam deuz he dillad, rak pep hini nevoa c’hoant da gad he dam ; he c’houriz glan, hag eun tam deuz he roched a oe roet da itron Pestien ; ar roched-ze a oe miret barz tenzor an iliz vraz. Pa oe lienet, ha gwisket d’ean he dillad da laret an oferen, a oe laket war varz-kaon en kreiz an iliz, ha noz-de a oa leun a dud endro d’ean. Tri devez a chomaz evelse war varz-kaon, vit ma c’halje an dud gwelet anean, rag deut a oa kals a dud deuz a-bell, hag oll, evel just, ho devoaint c’hoant da welet bisaj ar zant eur wej c’hoaz ; d’an drived devez a oe gret ganthan eur gaer a interramant, hag enpad an eiz de warlerc’h a oe kanet evit-han eun eizvet jervijo ; med an oll nevoa ar greden penoz a oa et ine Dom Ervoan d’ar baradoz, ha penoz e oa eur zant braz.

Zant Ervoan a neuz gret kals a viraklo enpad he vue, med goude he varo a neuz gret c’hoaz kals muoc’h ; neubet a zent a neuz gret ken liez ha ken braz burzudo. A boan ma oa achu an eizvet, an otro Alan a Geranraiz, o tremen dre an iliz, a dolaz ple d’eun den iaouank astenet war ve ar zant na oa ket laket c’hoaz min ebet war-n-han. » Petra ret aze evelse ? eme an otro. » — « Otro, eme an den iaouank, me zo aman o trugarekat ar beleg zantel a zo bet interret aman bean zo eiz de ; me oa dall, hag ec’h eo roet ar gweled d’in goude meuz pedet Dom Ervoan. » Brud ar burzud-ze a reaz buan tro kear, ha prest goude a oa eur bern tud o c’houlen digant-han penoz a oa deut da welet skler, pep hini c’houle he dam. Adaleg neuze a vije bemde tud klanv, tud dall ha tud namet en bep sort stum war ve ar zant. An den iaouank-ze oa gwellaet da gentan a oa he hano Gion Omnes mab da Hamon, deuz Koat-Kroaz, parouz Langoat.

Na gontin ket d’ach aman oll viraklo Zant Ervoan, re hir a ve kontan anhe, na gontin nemet ar re muan brudet. Bean oa en Landreger eun den dall deuz Rocamadour (Lot) hag a vije bemde oc’h ober tro kear, renet gant eur c’hi bian, mont a reaz ive war ve ar zant da bidi gant kals a fianz hag a oe roet d’ean ar gweled. Ar burzud-ze, eme Theophana Pestien a gargaz tud Landreger a joa.

Marjilla, merc’h an otro Per a Lanveur a nevoa war he lagad dew eun tach kement hag eur bizen ; he mam, pa glevaz komz diouz burzudo Zant Ervoan, a westlaz anei d’ean, hag a laraz penoz mar vije gwellaet he merc’h ec’h aje da Landreger war he zreid diarc’hen da drugarekat ar beleg zantel. Ben an de warlerc’h a oa gwellaet ar verc’h, na oa ken tach ebet war he lagad, hag ar vam a iez en pelerinaj da ve ar zant vel ma devoa laret.

Daou dall a oe c’hoaz gwellaet : Theophana, merc’h d’eur paour deuz Prat, hanvet Derien ; ha Petronill, groek Guillaou ar Marek deuz Tregrom.

Even, mab Eudo Donval, deuz Plouneve, a douaz dirag an Iskibien a oa deut da Landreger da glevet penoz a oa tremenet bue Dom Ervoan Heloury, penoz d’an noad a dek vla en em gave eun devez kichen milin menec’h Bear war ar rivier vraz, hag o vean et re dost da rod an dour, ar rod-ze a grogaz en-han hag a jachaz anean dindan an dour. Eur wreg a oa o sellet a westlaz anean da Zant Ervoan, ha raktal a baouezaz ar rod da drei. Tennet a oe ar bugel ahane, med he ben a oa gwel droc’het, hag eul lagad d’ean a oa deut maez he flas. Hadgwestlet a oe c’hoaz d’ar zant, hag a oe laket iac’h war an tol, na vanez nemet merk an troc’h war he dal.

Awejo kouskoude na vije ket roet ho mennad d’an dud dustu-dak, ha neuze a bedeint gant muoc’h a fe c’hoaz, ken a vije roet d’he pez a c’houleint. Bean oa eur verc’h hag a oa aboue eun toulad mijo o c’houlen ar gweled vit he mam a oa dall. Pa welaz na vije ket chilaouet, kaer he devoa pidi ha gortoz, a laraz d’ar zant : « O Zant Ervoan viniget, ober ret kals a viraklo herve lerer, med vel ma welan, na c’houlet ket ma chilaou, ha me pell-zo o pidi anoc’h. » Hag a oa glac’haret o kuitat Landreger med chetu he mam da laret d’ei raktal : « Chilaouet a neuz ar zant ar wej-man, gwelet a ran skler-mad breman ; » hag a distrojont ho diou war ho giz da drugarekat ar zant.

Lavinia, intanvez Herve ar C’hloarek deuz Koatreven, a deuaz he merc’h da vean dall d’an noad a daouzek vla ; daou viz a oa a oa dall pa oe gwestlet gant he-man da Zant Ervoan. — « Bep bla, eme-hi, a rin eun tam leuve d’ar zant, mar ve gwellaet ma merc’h. » Ar zant a roaz ar gwelet d’ar plac’hik-ze evit konzoli he mam a oa ken glac’haret, hag ho diou a deujont war ve ar zant evit he drugarekat.

Raymond, mab Alan ar Roux deuz Bourbriak, a goueaz eun devez dindan rod milin Herri Duault, ha ben a oa tennet ahane a oa maro ha blonset ha draillet he gorf. Javre Morvan a westlaz anean da Zant Ervoan, hag a laraz penoz, mar deuje bue en-han c’hoaz, ec’h aje da gas war ve ar zant eur golo koar ken tew hag he gorf ; raktal ar bugel a reaz eun tenn-aelen hag a oe laket iac’h mad, dirag kals a dud a oa enon.

Azenor, intanvez Guion deuz Prat, a varvaz he mab, hag a oa glac’haret braz. En kreiz he glac’har a deuaz da jonj d’ei deuz Zant Ervoan, hag a laraz iun tri de ar zun pad he bue mar roje ar zant bue d’he mab. Ar potrik a deuaz bue enhan neuze, hag a vevaz c’hoaz daouzek vla goude.

Aimar, mab Hamon Kerwezai a iez eun de da neuial en traou ar rivier a dremen en Lannuon, hag a chomaz ter heur dindan an dour, tennet a oe ahane, med maro a oa, arriout a rez ive he vam da welet penoz a oa kont, ha pa welaz a oa maro he mab, en em dolaz d’an daoulin n’eur laret : « Zant Ervoan viniget, roet ma mab d’in, ha me hen roio d’ac’h enpad he vue. » Ar bugel a digor neuze he daoulagad an eil goude egile, a zav he daouarn vel eun den o tifuni, hag a halv he vam.

Ervoan, mab intanvez Rivoalan deuz Plouguiel, a varvaz de Iaou-Ymblik, d’an noad a bemp bla, hag e oat o vont d’he interri de Zul-Fask pa deuaz he vam da grial : « O Zant Ervoan, roet d’in ma mab ha me hen gwestlo d’ac’h enpad he vue, mont a rin c’hoaz da gas war ho pe eur gantoul c’holo ken tew hag he gorf. » Neuze gemeraz muzur ar bugel, ha he-man deuaz bue en-han hag a vevaz beteg gouel an Nedelek. Pa deuaz ar veleien vit kerc’hat an interramant a iez ar potr bian war ben-hent d’he, da laret d’he dont gant-han da drugarekat Zant Ervoan.

Alan, mab Ervoan Kadio deuz Pleuvian a oa kouett d’an noad a driwac’h miz n’eun toul-don leun a dour, maro ha ien mat a oa ben a oa tennet ahane. He vam, pa welaz a oa maro, hen gwestlaz da Zant Ervoan, hag a deuaz bue d’he mab. Hen he-unan a zo bet test war-ze dirag an Iskibien er bla 1330. — Ar mirakl-ze a zo bet gret c’hoaz gant Zant Ervoan evit Ian, mab da Ber ar C’hor deuz Lanveur, a oa kouett dindan rod eur vilin en Montroulez ; evit Ian, mab da Jan ar Vaou deuz Pleuvian, hag a oa beuet n’eur fantan ; hag evit eur bugel-all c’hoaz lac’het gant eul loen-kezek gant eun tol troad. Ar re-ze, ha c’houec’h-all c’hoaz a zo bet resusitet gant Zant Ervoan. Bean zo ive kals a wrage dougerezed hag a neuz ganet leun a vue bugale hag a vije bet maro en kov ho mam ; ha ze goude bean pedet erfad Zant Ervoan.

Chetu aman miraklo-all c’hoaz. — Katell Autret deuz a Blestin a oa paralizet he oll izili, hag eun de benag e c’hoantaaz bean douget war ve Zant Ervoan ; seiz zun a dremenaz en Landreger o pidi a greiz kalon. O welet na vije ket roet d’ei pez a c’houlenne kaer he devoa pidi, a reaz stagan anei war eul loen-kezek da vont d’ar ger ; trist a oa he c’halon o vont tresek ar ger war hent Lannuon. Kent disken d’ar Pont-Losket, arog koll a wel tour Landreger a reaz c’hoaz eur zell tresek an iliz viniget-se hag a laraz : « Gallet a vo laret eta, Otro Zant Ervoan, eme-hi, penoz na peuz ket gallet gwellaet ahanon ; petra larin-me war ho kalloud pa vin arri em bro ? ha kouskoude me garje vije c’houi a nije gwellaet ahanon. » A vec’h he dovoa achuet ar c’homjo-ze ma deuaz endro d’ei eur sklerijen gaer, hec’h izili reud ha ien a deuaz da vean tom ha leun a nerz ; roet a oa d’ei ar iec’het. Disken a reaz hec’h unan diwar an aneval hag a iez war droad ahane da Landreger leun a anoudegez-vad da laret trugare da Zant Ervoan.

Eun hevelep mirakl a oe gret vit eun den deuz Gerand, eskopti Naonet, hag a oa zeiet he diouc’har. Chom a reaz pemp zun da bidi war ve ar zant, hag o welet na vije ket reit d’ean he vennad a oa o tanzei mont d’ar ger. An noz arog ma glee mont kuit, ar gambr lec’h a oa kousket a deuaz da vean skler enpad an noz, ken a jonje gant an hostiz a oa krog an tan en ti, med ar c’hlanvour a laraz d’an hostiz penoz a oa Zant Ervoan gant-han, ha penoz na nevoa ket eom da vean nec’het. An de warlerc’h ar beure a oa iac’h an den-ze ha krenv war he dreid.

Wardro ar bla 1320, eur Spagnol hanvet Migel a Fontarabi a deuaz da Landreger, hag a roaz eur pez-arhant spagnol en aluzen d’eur paour ; vel na oa ket mad ar pez vit ar vro man, ar paour a roaz he bez d’an otro, ha heman a grachaz en dorn ar paour, « Doue ha Zant Ervoan d’ho paeo, eme-han. » Raktal Migel a deuaz da vean zot, krial a rae a bouez he ben penoz a oa eun den gwisket en gwen o vont d’he lac’han. Daou vartolod a grogaz enhan hag a gasaz anean war he lestr a oa ouz an od en Landreger, med wasoc’h a deuaz da vean neuze c’hoaz. Ar c’habiten nec’het hen gwestlaz da Zant Ervoan, kaset a oe Migel war ve ar zant, reit a oe aluzeno d’ar bevien en he hano, ha ben daou de goude a oa iac’h.

Loranz ar zant eo a gont a mirakl-ze hag eun all c’hoaz : Bean oa, eme-han, eun den deuz Niort hag a oa bet krouget ter gwej ar memez de, ha ter gwej a dorraz korden ar groug goude ma nevoa pedet Zant Ervoan. Dont a reaz an den-ze da Landreger da drugarekat ar zant, dierc’hen, korf he rochet hag ar gorden n’he c’houk.

Eleiz a vurzudo ken zouezuz all pe zouezusoc’h a zo bet gret gant Zant Ervoan ; tud hydropik gwellaet, tud bouzar reit d’he ar c’hlevet, an avel grenv hag ar mor dousaet, tanio-goall mouget,martoloded ha tud-all kouett er mor ha zovetaet gant Zant Ervoan. Ar burzudo-ze a ra gwelet pegen gallouduz ec’h eo Zant Ervoan er Baradoz, pa deurve an Otro Doue ober kement a viraklo dreiz-han. Ia, Ervoanik Kervarzin a oa et ar vrud diont-han a-bell ; en Franz hag er broio tro-war-zro a oa anveet ar burzudo a rae ; ha war ze, Ian III, Roue Breiz-Izel a iez da gad ar pab Klement V da Avignon, vit goulen ma vije laket Ervoan Heloury en-touez ar Zent ; iskibien ha kals a dud a renk huel a iez ive gant ar roue da gad ar Pab. Dont a reaz Klement V da vervel war gement-se. Mont a rejont c’hoaz da gad ar pab neve Ian XXII ; Roue Franz Philip a Valois hag ar Rouanez Janned a gasaz ive ho goulen d’ar Pab gant hini Roue Breiz ; hag eskob Landreger, an Otro Ervoan Boisboessel a oe karget da gomz ouz an Tad zantel evit-ze. Mont a reaz eta da gad ar Pab, ha gant-han Gion, breur roue Breiz, iskibien all ha tud a ligne huel. Ar Pab ho chilaouaz hag a larez a vije gret pez a c’houleint pe vije anveet mad gant-han bue Ervoan Heloury.


————
PARZEKVET PENNAD


Penoz a oe lakeet en renk ar Zent.


Ar Pab a gasaz eta da Landreger iskibien ha beleien disket kaer vit klask testo da c’hout penoz a nevoa tremenet Ervoan Heloury he vue, ha da skrivan pez a larje an testo. Dont a reaz di an otro Roger, eskob Limoj a nevoa gwejall gret skol da Zant Ervoan en Orleanz ; an otro Akilin, eskob Angoulem ; an otro Aimery, abad zant Varzin Troenan kichen Caen. Kemer a rejont evit zikour anhe an tad Moris, tad-abad kouent Zante-Kroe Gwengamp ha kals a re-all. Deuz eskopti Kerne a oa an otro Auffray, tad-abad Repoz-vad ; deuz a Wened, an otro Herve Ploermel ; deuz Naoned, Dom Olier de la Cour ha dom Jakez, person Mesker. — Eskob Landreger a c’hourc’hemenaz da dud he eskopti iun ar merc’her goude zul an Drindet, ha d’ar veleien laret eun oferen da c’houlen digant Doue ma teurveje c’hoaz ober burzudo neve dre bedenno an otro Zant Ervoan, mab Heloury ; ha dre-ze an oll a ouie da betra oa deut an Iskibien hag ar veleien-ze da Landreger.

D’an dri war-n-ugent a viz even 1330 a oe digoret ar prosez, ha neuze oe galvet testo da laret petra oa bet Dom Ervoan Heloury ha petra nevoa gret enpad he vue. Eskob Landreger a nevoa gelvet tri-hant test, ha goude oe klevet ar re-ze, a deuaz c’hoaz tremen pemp-kant all deuz kement korn a zo en Breiz, hag unan benag deuz ar broio-all. Ar bevar a viz est, Tad-abad kouent Zante-Kroe Gwengamp a douaz en hano an testo oa bet klevet, he daouarn zavet war zu iliz Landreger, penoz Dom Ervoan Heloury a oa bet eur c’hristen mad, eur beleg zantel, ha penoz dre he bedenno a nevoa gret an Otro Doue kals a viraklo, hag enpad he vue ha goude he varo. An Iskibien-ze hag ar veleien a oa gant-he a iez neuze d’an iliz, hag a weljont enon endro d’ar be eleiz a belerined, tud dall, paralizet, zot nay, ha tud klanv en bep sort stum, o pidi da c’houlen ar iec’het digant Zant Ervoan. En pign a weljont seiz warn-ugent bag vian arc’hant, eleiz a dreo-all gret gant koar, daoulagad, daouarn, divrec’h, diar, ninsellio, flaio, binvio ar groug en koat, ha kals a dreo all. Tol a rejont ple c’hoaz penoz aboue oa digoret ar prosez a oa kresket skeuden ar zant a oa war ar min-be deuz a daou veudat, vel pe nije c’hoant da diskoe dre enon penoz a nevoa c’hoant a vije zavet he relego deuz ar be. Eur voetur hag a oa en-hi otrone ar prosez a oa tremened war eur bugel n’eur arriout en Landreger, ha chetu lac’het ar paour kez bian ; kaset a oe war ve Zant Ervoan, ha raktal a deuaz bew ha iac’h.

Ar bevar a viz Est eta a oe klozet ar prosez ha komjo an testo, ziellet ha kaset d’ar Pab. Digoret a oe en Konsaill ar Pab ar bevar a viz Even 1331 ; neuze, dre he urz, tri gardinal a zellaz hag a skrivaz ber-ha-ber komjo an testo, hag an unek ar miz a lenjont barz ar c’honsaill petra oa tremened gant an Iskibien en Landreger ; med war-ze a deuaz ar Pab Ian XXII da vervel. Roue Breiz, Ian III, a varvaz ive d’an amzer-ze, ha chetu brezel en Breiz entre Ian Montfort ha Charles de Blois vit gout pini anhe vije mestr. Dom Ervoan Boisboessel, eskob Landreger a oa glac’haret deuz-ze, hag an oll Vretoned gant-han. Gourc’hemen a reaz eur iun d’ober, hag oferen ar Spered-Zantel da laret evit ma vije c’hoaz miraklo neve, med mervel a reaz ive rog ma oe laket Dom Ervoan en renk ar Zent. An eskob a deuaz war he lerc’h na c’hortozaz ket ma vije kanonizet Zant Ervoan, skuiz a oa ar Vretoned o welet pegen pell a bade ar prosez, hag a reaz ober he ouel en kement parouz a oa en eskopti hag enori anean evel zant ; an oll, vel ma hellet kridi a oa evuruz o welet kement-se.

Beneat XII a oe laket neuze da Bab, med ar brezel a dalc’he en Breiz hag a oa kazi ankoeet kaoz Zant Ervoan. Paouez a rez ar brezel eur pennad, hag en keit-se a jonjaz ar Vretoned mont c’hoaz da gad ar Pab, ha poent a oa, da welet hag hen vije achuet ar brezel, rag ar Zozon a oa deut da Landreger gant ar brezel hag ho devoa draillet ha distrujet an treo en kear nemet be Zant Ervoan, da henez n’ho devoa gret droug ebet, na ken neubet d’an treo a oa endro d’ean.

Charles de Blois a iez eta da gad ar Pab da Avignon er bla 1344, da c’houlen ma vije peurachuet da lakat Dom Ervoan en renk ar Zent, rag pell-zo aoalc’h a oa ar Vretoned o c’houlen ze. Evit krenvat he gaoz a laraz Charles penoz a oa bet daou virakl neve c’hoaz, hag unan anhe evit-han ; rag en amzer ma oa klanv-fall ha na oa ket ar vedesinet vit hen gwellat, a bedaz Zant Ervoan da rei ar iec’het d’ean, ha ben tri de goude a oa iac’h hag a oa bet en pelerinaj war he ve ; an otro oa gant-han a laraz a oa gwir mad ze. An eil mirakl a oa bet gret vit martoloded Spagn ; ar re-man oa et ho batimant da fonz ar mor, med ar varc’hadourien a oa ho marc’hadourez barz ar vatimant a westlaz anei da Zant Ervoan, hag ar vatimant-ze, goude bean bet tri devez dindan an dour a zavaz war var hep ma oa glebiet ar varc’hadourez a oa en-hi. Klement VI, Pab neuze, a chilaouaz erfad ar miraklo-ze. ober reaz klask prosez Zant Ervoan, ha neuze c’helvaz he gonsaill da welet petra oa d’ober. A hent-all, herve laraz ar Pab, Zant Ervoan a oa deut da gomz gant-han, hag a nevoa laret d’ean hastan hen disklerian zant, rag seiteg vla oa aboue ma oa ar papero en Avignon, hag a oa tremenet ar c’houls pelzo-amzer da zellet anhe ha da laret eun dra benag diwar ho fen.

Hadzellet a oe eta ar prosez, ha ben an naontek a viz mae er bla 1347 a oa laket prest gant ar Gardinalet. Lennet a oe ar papero d’ar Pab barz ar c’honsaill a oa an de-se, ha goude ma oaint lennet e c’houlennaz ali an Iskibien hag ar Gardinalet a oa eno. En ho zouez a oa meur a hini hag a gomzaz evit meuli Zant Ervoan ; oll a rejont ali d’ar Pab da lakat Dom Ervoan en renk ar Zent. Neuze zavaz an Tad Zantel, hag a reaz ive meulodi Zant Ervoan, goude-ze a laraz kanan ar Veni Creator, ha neuze roaz he setanz : « En hano ha dre c’halloud an Otro Doue, dre c’halloud zant Per ha zant Pol hag hon hini-ni, dre ali hon breudeur, Me, Klement, Pab, a ro urz da lakat en touez ar Zent Dom Ervoan, mab Heloury, beleg a eskopti Treger hag avokat ar bevien ; ha dre-ze meuz c’hoant a ve enoret gant an oll, hag a ve gret he ouel dre-oll en naontek a viz mae, an de oa marvet. Gout a ran penoz ec’h eo enoret gant an oll en bro Treger, ha penoz e ra kals a viraklo, bean peuz eta da drugarekat Doue da vean roet d’ac’h eur zant ken braz da bidi evid-oc’h barz an env. Ha breman roan urz c’hoaz da zevel he relego deuz ar be vit ma voint enoret gant an oll ; hag an de voint zavet a vo eur gouel braz en Landreger ; hag a vo zavet he relego dirag an Eskob, ar veleien hag an oll dud a deui da welet. An de-se, kement hini a ielo d’enori ar relego-ze a c’honeo seiz vla ha seiz c’hoaraiz induljanz, ha bep bla de ar gouel-ze, eur bla hag eur c’hoaraiz induljanz, hag ar re ielo d’enori ar relego an eiz de warlerc’h a c’honeo eur blavez induljanz. »

Ar c’helo-ze na oe ket pell vit dont beteg Landreger, ha raktal Dom Richard ar Beren, eskob Landreger a reaz kement-se da c’hout da dud he eskopti. Laret a reaz penoz a vije zavet relego ar zant an nao war-n-ugent a viz here 1347, hag an de-se, vel just, a vije eur gouel braz en Landreger. Eleiz a dud a deuaz di an de-se, rag pell a oa a nevoa hast ar Vretoned da welet ar relego zantel-ze ermez ar be. Zavet a oe eta ar min-be ha lemet an douar diwar ar relego, ha kement a vad a rae ze d’an oll ken a ouele an dud gant ar joa, a greiz kalon a ganeint gwerzo hag hymno en enor d’ar zant. Henez a oe pardon kentan Zant Ervoan, ha n’eo ket dre guriozite a oa deut kement a dud ; nan ! an oll belerined a oa deut gant fe ha devosion da ve Zant Ervoan. Eiz de a chomaz ar relego barz an iliz da welet gant an dud, ha kals a viraklo a oe gret enpad an deio-ze, rag bemde oa leun iliz ha kear Landreger gant ar belerined.

Ar brezel a oa c’hoaz d’an amzer-ze en tenn da-vad entre Charles de Blois ha Ian Monfort, med pa glevjont petra oa a neve en Landreger a oe paouezet ar brezel, hag a deujont ive d’ar gouel. Charles de Blois, gret prizonier gant ar Zozon eun neubet mizio arog, kichen ar Roc’h, a c’houlennaz bean lezet da vont ive d’ober he belerinaj da Zant Ervoan. Lest a oe da vont ; hag a deuaz ar roue-ze diarc’hen, gant eun devez ien pad ar gouan, deuz ar Roc’h da Landreger ; hag ar re wele anean o tremen dre an hent n’alleint ket harz da ouelan gant true out-han, o welet he dreid o wadan, troc’het gant ar vein ; lakat a rae an dud plouz ha dillad zoken war an hent vit na vije ket ken rust, med Charlez a bellae plouz ha dillad vit derc’hel da gerzet war an douar ien ha war ar vein galet. Arri en kichen an or-dal a diskennaz war he daoulin noaz pazenno an iliz, hag en em stlejaz evelse beteg ar be, hag eno dirag relego ar zant a bedaz a greiz he galon. Ar roue-ze a zo bet dalc’hmad devot kaer da Zant Ervoan. — Ar pardon-ze, hanvet pardon Zant Ervoan er gouan a zo bet dalc’het d’ober anean eur pennad mad amzer, breman ve gret adare, med na ve ken ken kaer ha gwej-all.

Pen Zant Ervoan a oe miret barz iliz vraz Landreger lec’h a man bepred, barz n’eur voest arc’hant aouret ; he relego all a oe laket ive en boesho ; roet a oe lodenno diont-he da veur a Roue ha da veur a Eskob. — Goude ma oe losket deuz prizon ar Zozon, Charles de Blois a deuaz c’hoaz en pelerinaj da Zant Ervoan vel ar wej kentan, eur bla rog emgann Alre, lec’h ma oe lac’het. D’ar roue-man a oa bet roet relego ive, med na viraz ket anhe evit-han, eur loden anhe a roaz da Roue ar Chypr, Hug a Luzignan, he genderv, ha lodenno all da veur a iliz en Breiz. Hen he-unan. a dougaz ar relego-ze, war he dreid diarc’hen, beteg ar c’hrec’h e man war-n-han Itron Varia Lamball. Goude ec’h eaz da Raon, hag a dougaz adare diarc’hen relego Zant Ervoan d’an iliz vraz ha da abaty zant Jord ha zant Melani, ha tri de dustu a vije gret gant-he ar prosision endro da gear Raon ; hag an dud a lare o welet ar roue o tremen diarc’hen gant kement a devosion, penoz hen ive a vije eur zant vel Zant Ervoan.

An Otro Gwesklen, brezelier braz, a nevoa skrivet war he destamant kas eur pelerin evithan da Zant Ervoan hag eun all da ve Charles de Blois, ha kas d’he ho daou bep a bemp-kant livr goar. Ho daou en gwirione ec’h int daou zant ; kouskoude an iliz na deuz ket laket c’hoaz da-vad Charles de Blois en renk ar zent, med aliez a zo bet laret a vije laket, ha gret a neuz ive miraklo ; he relego a virer anhe barz iliz Grâces-Gwengamp.


————
PEMZEKVET PENNAD


Penoz eo enoret Zant Ervoan en Breiz-izel hag en Landreger.


Chetu Zant Ervoan eta enoret en Breiz gant an oll, bian ha braz. Gwelet ec’h euz penoz Roue Breiz he-unan, Charles de Blois, a nevoa eun devosion vraz d’ean ; gant-han oa et mantel ar zant, ha dalc’hmad a douge anei ; keit a oa prizonier en Bro-zoz a nevoa, herve lerer, skrivet bue Zant Ervoan ; med al labour-ze a zo kollet pelzo. Goude ma oe lac’het Charles de Blois en Alre, kichen zantez Anna-Wened, a deuaz mab-bian Ian Montfort da roue war he lerc’h ; ar roue neve-man, hanvet Ian V, a oa ive devot da Zant Ervoan. En eur brezel a oa oc’h ober eneb bugale vian Charles de Blois, a oe tapet ha tolet er prizon. Enon a bedaz an Avokat zantel, hag a laraz penoz mar deuje a-ben da dont ahane, a roje d’ar zant he bouezanz a aour. Pa oa deut ermez ar prizon a reaz zevel eur chapel en iliz Landreger, kichen be Zant Ervoan, an hini zo hanvet hirie c’hoaz « Chapel an Duk ». Relego Ian V a zo bet interret ive barz ar chapel-ze.

Ar roue-ze a roaz eta he bouezanz aour, hag a oa ze eun dalvoudegez a daou-hant-mil livr pe dost, evit zevel eur be kaer da Zant Ervoan. Dont a reaz artizanet deuz a-bell vit ober ar be-ze gant mein gwen ; ha pa oe achu a roaz ar roue endro da gant-mil livr c’hoaz vit lakat arc’hant hag aour endro d’ean. Al labour-ze a badaz tost da bemp bla (1422-1426) ; biskoaz na oa bet gwelet eur be ken kaer all barz ar vro-man. Ziouaz, gant ar Revolusion a oe distrujet ar be-ze, na vanaz netra diont-han. D’ar bla 1794 a deuaz da Landreger zoudardet Etamp, hag an dud dife-ze a dorraz, a draillaz hag a vruzunaz a dolio c’horz hag a dolio sabren an treo kaer a oa barz an iliz-vraz ; tol a rejont an treo zantel ermez an iliz, hag en plas an oter a lakjont eun doueez faouz, (en gallek. déesse Raison) vit bean adoret vel an Otro Doue. Landregeriz a hessaaz hars an distruj-ze, med na oeint ket chilaouet, ar zoudardet a c’houdrouzaz lac’han ar re deuaz vit hars anhe. An Otro Doue na c’houitaz ket war an dud fall-ze, mervel a rejont evel keillen gant ar vosen, renket a oe kas anhe er maez a gear ; barz ar park a hanver bepred « park-an-henan. » — Relego Zant Ervoan a oa bet gallet klenkan anhe en unan a gavio an iliz vraz, ha pa deuaz ar peuc’h, er bla 1801, a oeint tennet ahane gant vikel vraz Landreger an Otro Saint-Priest. Pen ar zant en he bez hag en stad vad a zo hirie en eur voest koever goloet gant aour, roet gant an otro Kelen, arc’heskob Paris, hag en he vew perc’hen Kervarzin.

Bep bla, an naontek a viz Mae a ve douget gant ar veleien pen Zant Ervoan da Chapel Kervarzin (hirie iliz ar Vinihy). Evelse e teu ar zant da zevel deuz e ve evit dont c’hoaz da welet al lec’h-ze a gare kement, lec’h ma oa ganet ha marvet, lec’h ma nevoa zikouret kement a dud en pad he vue, lec’h ma nevoa zavet eur chapel, ha laret en-hi he oferen diwean ; ha n’eur vont d’ar ger, ar prosision a dremen a dal da antre maner Kervarzin. Ar belerined a ia da Landreger da welet be ar zant, med na ve ket achu ho felerinaj ken a veint bet, o laret ho fedennik barz chapel Kervarzin da c’houlen enon ho mennad digant Zant Ervoan ha da rein d’ean ho frof. N’eo ket aoalc’h de ar pardon, bemde enpad miz mae a deu eleiz a belerined da bidi en chapel Kervarzin.

Labourerien Breiz-Izel a zo chomet bepred vel a viskoaz devot da Zant Ervoan ; gwelet a veint o tont, dam war droad, ho baz gant-he n’eun dorn, ho chapelet n’egile ; darn-all en goetur, he dam ed gant pep hini da gas d’ar zant, ha ben an noz, de ar pardon, arc’h koz Zant Ervoan a deu kasi vel dre virakl da vean adare leun a hey. Ha n’eo ket eun dra gaer gwelet labourerien hon bro o tont evelse da gad Zant Ervoan, da c’houlen he venoz war-n-he ha war ho zud, war ho douaro, ho loened hag ho zreo all ! oh ia ! bet zur mad, Bretoned penoz ar zant mad-ze n’all ket ankoat anoc’h pa wel pegement a fianz a peuz en-han ; ha pa vo achu ho pelerinaj, et d’ar ger leun a fe, ar zant na dremeno ket hep rein d’ac’h ho mennad, ha kentan tra po d’ober a vo dont da drugarekat anean, ha da c’houlen digant-han graso neve da vla. — Eun dra zo c’hoaz hag a diskoe penoz a neuz ar Vretoned eur fianz vraz en Zant Ervoan, ha penoz ec’h int devot d’ean ; en kement iliz a zo en Breiz, hag en kear ha war ar maez, a zo eun oter pe eur statu en enor da Zant Ervoan ; chapello a zo bet zavet ive en he enor en meur a barouz, ha c’hoaz a oa muoc’h gwej-all. En kals a diegezo a zo eur bugel benag hag a doug an hano a Ervoan, en memoar deuz ar zant braz-ze. Ar ruio barz ar c’herio a zo bet roet da darn anhe hano Zant Ervoan. Zavet a zo bet ive gant hon zado koz gwerzo en enor d’ar zant braz-ze, hag en fin al lever-man a gavfet eur werz koz c’hoaz hag a neuz jonj tud koz ar vro-man da glevet kanan anei ; barz ar werz-ze e man tout bue Zant Ervoan. Gwejal a vije kanet gwerjo koz evelse en-tal an tan pad ar gouan, goude vije debret koan, perag hirie na rer ken ? Daoust hag hen na neuz ket kement a garante vit ar zent hag ar c’hanoueno koz vel ma oa neuze ? Kouskoude ve mad c’hoaz d’ar Vretoned kemer skouer war ar re goz, tud a fe, tud a galon, a gare Doue, ho bro ha zent koz ho bro, hag a blije d’he kanan ho gwerzo ha diski anhe d’ho bugale.

Lennet a peuz aman penoz Duked pe Rouane Breiz a oa devot da Zant Ervoan ; an Dukez Annan goude an Duked-ze a gare kement he bro, ken a oa klanv en Bro-C’hall dre ma oa re bell diouz Breiz-Izel ; er bla 1506 a renkaz dont c’hoaz d’ober eun tam tro da Vreiz-Izel da welet he bro ha zent koz he bro ; tremen a reaz dre Wengamp hag a roaz ar c’hloc’h braz d’an Itron-Varia-Wir-Zikour ; goude-ze a dremenaz ive dre Itron-Varia-Folgoat, Zant-Ian-ar-Biz ha Zant Ervoan Landreger. Kals a dud a renk huel kenkouls vel a renk izel a zo bet en pelerinaj da Zant Ervoan, deuz Bro-c’hall, Bro-zoz hag al lec’h all. An tad Maner pa oa gwej-all o prezek en Breiz a zo bet meur a wej war ve Zant Ervoan, o pidi anean d’hen zikour da doman kalono ar Vretoned ouz Doue.

Iskibien Breiz, ha dreist-oll re Landreger, hag en hon amzer re Zant-Briek, a zo deut aliez da bidi war ve ar beleg zantel, ha war ho lerc’h kals a belerined. An neve-so, pardon Zant Ervoan, bet kazi ankouaet eur pennad goude ar Revolusion, aboue na oa ken eun Eskob en Landreger, a zo bet kaeraet oll gant an Otro David, Eskob Zant-Briek ha Landreger, ha goude-ze gant an Otro Bouché, Eskob war he lerc’h. An otro man, vel eur Breton mad ma oa, a gare zent koz he vro ha dreist-oll Zant Ervoan ; hen eo a lakaz hadzevel be ar zant ken kaer, mar vije gallet, vel ma oa gwej-all. Deut eo a-ben deuz he dol, ziouaz, marvet eo bet rog ma oa achu al labour, ha marvet war douar Zant Ervoan, barz eskopti Landreger ; kridi reomp e man breman er baradoz gant ar zant a gare kement pad he vue. Med an Eskob a zo deut voar he lerc’h, an Otro Fallières a neuz gret peurachui al labour, ha neuze neuz gret ober gouelio kaer en Landreger evit enori Zant Ervoan, en miz gwengolo 1890. Iskibien Breiz a deuaz ive, hag Iskibien all gant-he.

Ar vartoloded en bro Treger a deu, rog kuitat ar ger da bidi Zant Ervoan, enpad ma veint pell deuz ar ger n’hen ankoaont ket, ha pa veint distro d’ar ger a veint gwelet adare o tont da gad ar zant mad-ze a blije d’ean ar vartoloded, hag a blij bepred, Hirie c’hoaz, ar vartoloded o tremen gant ho bag dindan bourg Zant Ervoan n’ankoeont ket laret d’ean eur bedennik n’eur dremen, meur a wej ec’h int bet klevet o laret ho fedenno war ho bag n’eur vont d’ar ger d’an noz, ha diouz ar beure n’eur vont d’ho devez, meur a wej c’hoaz ar vartoloded a gan pa ve brao an amzer kantiko ho zant karet evit kad berroc’h an amzer war ho bag. Chetu aze penoz a enor ar Vretoned Zant Ervoan, ha penoz ho deuz fianz en-han.


————


C’HOEZEKVET PENNAD


Penoz eo anveet Zant Ervoan, hag enoret el lec’h-all ouspen en Breiz-Izel.


Mar peuz c’hoant da c’hout penoz eo et ar vrud diouz Zant Ervoan a bell bro, ha penoz a beder hag a enorer anean ouspen en Breiz-Izel, na peuz nemet len ar pez zo aman warlerc’h ; ber-ha-ber a gontin ze d’ach.

Barz en Raon, lec’h ma oa bet Zant Ervoan eun neubet blaio, a oe zavet eur chapel en he enor, ar vered a oa kichen ar chapel-ze, an hospital hag an tribunal a douge ive he hano. — Hospital Montroulez a doug hano Zant Eflam ha hini Zant Ervoan. En Lannuon a oa ive Hospital Zant-Ervoan. — Zant-Pol-Leon a neuz ive he Hospital Zant-Ervoan, ha chapel an hospital a zo en-hi frenesho hag a man war-n-he Zant Ervoan o rei an aluzen. Gwengamp a nevoa ive chapel ha ru Zant-Ervoan, ar ru a doug bepred he hano, med neuz ken chapel ebet. — En Brest a zo c’hoaz eur ru Zant-Ervoan. — En iliz Monkontour a zo eur prenest hag a man bue Zant Ervoan war-n-han en c’hoec’h tolen. En Paris, Breuriez ar Vretoned a oa roet d’ei hano Zant-Ervoan ; ar vreuriez ze a oe zavet er bla 1348 gant Eskob Paris hanvet Foulques ; zavet a oe ive eno eur chapel en he enor, ar chapel ze a oa barz ru Zant-Jakez, hag en kichen ar chapel a oa eur vered evit ar Vretoned ; eur ru Zant-Ervoan a zo ive en Paris. — En Naonet a oa chapel Zant-Ervoan barz ru ar c’hohu. — Zant-Ervoan a zo ive Patron Gerand, eur barouz kichen Naonet. En kear Angers a nevoa Zant-Ervoan eun oter barz an iliz vraz ; skol gentan Angers a nevoa kemeret ive Zant-Ervoan da batron. — Iliz Chartres ha hini Evreux a enore ive Zant Ervoan. — En Eskopti Noyon a oa kals a baroujo hag a oa Zant Ervoan ho fatron. — Chapel-zantel Dijon a oa ive he statu en-hi. — Skol a lezenno en kear Orleanz a nevoa kemeret Zant Ervoan evit patron. — En Pau, ken kaer gouel a oa gant tud al lezen a oa gouel Zant Ervoan ; ar barnerien hag an avokidi a rae ar prosision gant ho robeno ru, ha daou vuzik braz en ho rok. - Kals a gerio hag a baroujo-all en Franz a enore Zant Ervoan.

Beteg en Beljik a oa enoret ; kear Anvers a nevoa eun tam deuz he relego ; pa oe digemeret ar relego-ze eno, a oe gret eur prosision ken kaer vel ma zo bet biskoaz. An dud a lezen, er ger-ze, he gemeraz vit ho fatron, ha pa vije audianz da vean, ec’h eint arog da glevet an oferen ha da bokat da relego ar zant, da c’houlen ar c’hras da varn erfad ar prosejo. — Er ger a Gand a oa zavet breuriez an dud a lezen en enor da Zant Ervoan. — Kear Louvain a nevoa kemeret Zant Ervoan da batron vit he zier-skol, ha dreist oll vit skol al lezenno. — En Malines a oe digemeret ive relego Zant Ervoan gant eur fe vraz, eiz de a badas ar gouelio oa gret vit enori he relego, er bla 1670. — Dre-oll tud ar justiz ha tud al lezenno a gemeraz Zant Ervoan vit ho skouer hag ho fatron.

En Rom, an dukez Annan a zavaz vit ar Vretoned eur vreuriez hanvet Breuriez Zant-Ervoan ; bean zo eno c’hoaz eur iliz hanvet iliz Zant-Ervoan-ar-Vretoned, hag ust d’an or a lenner ar c’homjo-man : Er bla 1568 ec’h eo bet hadzavet gant ar Vretoned an iliz-man zavet a bell-zo en enor da Zant Ervoan Landreger, avokat ar bevien hag an intanvezet ; bep bla a vije gret eno gouel Zant Ervoan. Breuriez an dud a lezen en Rom a doug bepred hano Zant Ervoan. Kichen iliz Zant-Ervoan a oa ive eun hospital evit ar Vretoned. — En Napl chapel an hospital a oa zavet ive en enor da Zant Ervoan. — En Bro-zoz a zo eur beg-douar barz ar mor hag a zo hanvet beg-douar Zant-Ervoan, hag en kichen a zo eur gear hag a doug ive he hano. — En kals a gerio all ha n’int ket anveet gan-imp a oa enoret Zant Ervoan ; agant-se, vel ma welet, na man ket ar Vretoned ho-unan o kad devosion d’ar zant braz-ze, pidi rer anean kenkouls a bell-bro vel en Breiz-Izel. Eun enor eo eta d’hon bro-ni Bretoned kad eur zant ken brudet ha ken enoret dre-oll.

Chetu aze, Bretoned, ma c’henvroiz, bue hag histoar Zant Ervoan hag enpad he vue ha goude he varo ; hirie an de e man er baradoz, pemp kant dek vla ha pevar-ugent so, o pidi evidomp. Goud ouzoc’h pegen mad, pegen karantezuz a oa en kenver he genvroiz enpad he vue ; ahan ta, he garante, kredet hardi, na deuz gret nemet kriski en kichen an Otro Doue ; ha dre-ze he c’halloud a zo bepred ken braz ba biskoaz, ha mar na ve ken ken-aliez a virakl vel ma zo bet, ec’h eo ze da damall d’imp, dre na memp ket kement a garante na kement a fianz en-han vel ma nevoa hon zud-koz. Kredet anhon, et bepred da gad Zant Ervoan, en ho poanio ha trubuillo, hag hen, dre ar galloud a neuz digant Doue a douseo ho poan hag ho trubuill. Evuruz a veomp mar heuillomp erfad vertuio Zant Ervoan hag ar skouerio mad a neuz roet d’imp, dreist oll he garante en kenver an Otro Doue hag he nesan, en kenver hon Zalver er zakramant an Oter, hag he spered a binijen ; neuze a momp lod evelthan barz ar baradoz en kichen an Otro Doue gant an oll zent hag an ele. Ha Doue d’ho pinigo, c’houi oll pere a lenno al lever-man.


————

GWERZ KOZ


ZANT ERVOAN


————

Diskan.

Otro Zant Ervoan ni ho ped,
Er vue-man hon zikouret
Da heuil erfad ho vertu[io]
Ha da vont eun de d'an envo


Chilaouet oll, braz ha bian,
Bue an Otro Zant Ervoan,
Bue Zant Ervoan Heloury
Disket-hi oll, me ho supli.

Ervoan Heloury zo ganet
En Kervarzin, ti biniget,
Damdost d’ar ger a Landreger
Eur c’hart-lew pe wardro deuz ker.


He dad ganet er Vinihy
A oa he hano Heloury,
He vam oa Azo ar Genkiz,
Ho daou fur ha nobl en peb giz.

Arog ma oa Ervoan ganet
D’he vam Azo oe diskleriet
Penoz ar bugel a douge
A vije eur zant braz eun de.

Ha pa oe ganet ar bugel
A oe gwelet hep dale pell
A vije leun a zantelez,
Diskoe rae kad kals a furnez.

He vam, pa oa en noad deuz-ze
Diskaz d’ean pidi Doue,
Ha goude rez eur mestr d’ean
Evit diski lenn ha skrivan.

Lakat a rejont ho bugel
Entre daouarn eur mestr zantel,
Ian a Gerc’hoz a Bleuvian
A diskaz al latin d’Ervoan.

Sul-vui greske he diskamant,
Sul-vui greske furnez ar zant,
Pe na vije gant he studi
E vije kavet o pidi.

Pe oa a barzek vla noajet
Da Bariz a c’hoantaz monet,
Eno neuze vije kavet
Ar skolio ar muan brudet.

Eno oe gwelet o trec’hi
Ar re oa gant-han er studi,
Dre he zantelez ho zrec’he
Ha dre he spered lem ive.


Adaleg neuze a roe
An aluzen d’ar paour bemde,
Ar c’hig a vije reit d’ean
A gase da di ’r bevien glan.

Neuze a rae gwelet ive
Pegen zantel oa he vue,
Na debre ket bara gwiniz,
Med bara hey pe bara griz.

Gret gant-han he filosofi,
A diskaz an theoloji,
Ha da bevar bla war-n-ugent
Oa disket ha leun a skient.

’Vit diski lezen an Iliz
A guita ar ger a Bariz
’Vit mont d’ar ger a Orleanz
Lec’h ma oa tud disketan Franz.

Eno gant doktored disket
A diskaz lezenno ar bed
’Vit gout an tu da varn dalc’hmad
Ar prosejo gant justiz vad.

Er ger-man a dilez a grenn
Ar c’hik, ar gwin, dre binijen,
Ouz he zec’hed dour a eve ;
N’em rei a rez oll da Zoue.

Studian rae lezen Doue,
Pidi rae ive kals bemde,
Ouspen, iun a rae bep gwener
’Vit enori marv hon Zalver.

Gout a rae penoz ar skient
N’all ket he-unan ober zent,
Mar na unaner hep paouez
An œuvro mad hag ar furnez.


He studi gant-han achuet
Da varner braz a oe laket,
Da varner-iliz en Raon
Gant Moriz an arc’hdiagon.

Eskob Treger neubet goude,
Pa glevaz komz deuz he vue
Hen pedaz da dont da vet han,
Rak kals istim nevoa vit-han.

Ar zant gant humilite vraz
Ouz mouez he eskob a zentaz,
Ha pa oe d’he vro retornet
Oe gant he eskob beleget.

He eskob he lakaz raktal
Da varner, pe ofisiaI,
Er memez amzer he hanvez
Da berson en parouz Tredrez.

Hag eiz vla goude kement-man
Oe roet Louanek d’ean,
Ar barouz-ze a oa karget
A viso, a dud direglet.

Med Zant Ervoan a gelennaz
Ar bobl-ze gant karante vraz,
O prezek, o katekizan
A chanchaz krenn ar barouz-man.

Pa oa barner ec’h alie
Liez a wej dre charite
An daou barti da akordi
Da chom en peuc’h hep prosezi.

Ha pa renke rei eur setanz
Hen roe just, en konsianz,
Rag barn a rae herve Doue,
Hep zellet ouz nep kalite.


Na oa ket hepken barner mad,
Zant Ervoan oa c’hoaz avokad,
Kaoz ar bevien a zoutene
Hep goulen netra digant-he.

Ma garfe ’r justiz zo breman
Ober evel ar barner-man,
Na ve ket ken aliez gret
A injustiz hag a bec’het.

Mar boa parfet den a justiz
Oa c’hoaz parfet den a iliz,
Na glaske nemet gloar Doue.
Ha diski d’an oll hent an ee.

Liez a wej e prezege
Beteg peder gwej en eun de,
Ar Basion a brezegaz
Seiz gwej de eur gwener ar groaz.

N’eo ket hepken da Louanek
Pe da Dredrez ie da brezek,
Med c’hoaz d’ar paroujo wardro
Ha dre Vreiz en Eskoptio.

Gras Doue dre he zarmonio
A douche kals a galono,
A rae d’ar bec’herien vrasan
Donet d’en em gonvertisan.

O vont da brezek e kavaz
Eur pont goloet gant dour braz,
Hag an dour a arretaz krenn
Evit he lezel da dremen.

Ken braz oa he devosion
Ma fonte kazi he galon
En iliz en pad he beden
Ha pa lare an oferen.


Glebian rae liez he dillad
Gant an daero n’he daoulagad.
Pa vije c’h’ober he beden
Arog laret an oferen.

Eur wej enpad he oferen
A zo bet gwelet ust d’he ben
Eur flammen dan deuz an envo
Keit ha ma oat er goureo.

He di a oa ti ar bevien
D’he-oll a rae an aluzen
Ho lojan rae hag ho gwiski
Ha rei d’he c’hoaz boed da dibri.

Eur wej a roaz d’ar bevien
He oll ed hep menel greunen,
Dre eur mirakl a oe kavet
He c’hrignel kenkent leun a ed.

Eur veaj-all c’hoaz n’hen devoa
Nemet eur gwennegad bara,
Hag hen vont d’hen distribui
Hep miret tam bet da dibri.

Ha goude ma nevoa roet
He dam da bep paour vit he bred,
A vanaz he vara gant-han
Kement evel rog he droc’han.

Chanchet, tud avarisiuz
Bezet ouz ar paour truezuz,
Dreist-muzur Doue a zo mad
Kenver ar re neuz kalon-vad.

Hen oa tad an emzivaded,
Difenner an intanvezed,
Zouten an oll dud ezomuz
Ha konfort ar re hirvouduz,


Ar zant ken mad vit peb unan
A oa rust out-han he-unan
He gorf a gastie bemde,
Vel eun enebour he zelle.

War he gorf zantel a douge
Eur roched reun dalc’hmad, noz de
He wele oa ’n tam plouz hepken
Gant ar bibl zakr dindan he ben.

Bemde en em discipline
Ha kazi bemde a iune,
Amzer he gousket a oa berr,
Hag he vevanz a oa dister.

Erfin ar zant a zo marvet
War-dro hanter kant vla noajet ;
Glac’haret braz oa tud ar vro
Pa oa klevet a oa maro.

A bep tu an dud a deue
Da welet korf an den Doue,
Ha hed tri de eo bet chomet
Hep gallout bean interret.

Zant Ervoan a zo bet marvet
En Kervarzin lec’h oa ganet.
An Eskob a rez urz raktal
D’he interri er gatedral.

En miz mae a varvaz ar zant,
Er blavez tri ha trizek kant,
Dre he viraklo ec’h eo bet
Neubet goude kanonizet.

Otro Zant Ervoan viniget
Pa-z-oc’h gant Jezuz kurunet,
Pedet evid-omp en envo
Ma heuilfomp oll ho vertuio.


Obtenet d’imp digant Doue
He doujanz hag he garante,
Ar c’hras d’he zerviji erfad
Da gavet oll eur maro mad.

Pobl ar Vinihy bet bepred
Devot d’ho patron biniget,
E man en envo o pidi
Evit parouz ar Vinihy.


————
KANTIK NEVE


DA ZANT ERVOAN


————


Diskan.
Otro Zant Ervoan klevet hon feden,
Deuz lein an envo reit d’imp hon goulen,
Deuz lein an envo reit d’imp hon goulen.


Ni ia da ganan, oll braz ha bian,
Gloar hag enor d’ac’h, Otro Zant Ervoan.

Zant Ervoan en Breiz dre-oll zo brudet,
En Treger, Leon, Kerne ha Gwened.


Gant tud a bep stad, huel hag izel,
A beder Ervoan a dost hag a bell.

Gret neuz œuvro mad hed he oll amzer,
Breman neuz en env eur gurunen gaer.

Vit an oll a oa leun a garante,
Evel gwir vreudeur ho digemere.

Pet gwej war he hent e neuz zikouret
Tud en dienez ha tud ankeniet !

En ti Zant Ervoan vije aluzen
Ha lojeiz ive evit ar bevien.

Eno a gaveint en tu-ont da ze
Meur a ali mad evit ho ine.

Eun de e teuaz Jezuz he-unan
Da c’houl aluzen digant zant Ervoan.

En kenver an oll a oa mad bepred,
Out-han he-unan a oa rust meurbed.

Ervoan eo mignon ar vartoloded,
Nag a wej gant-han int bet zikouret !

Gwell-gaset ho pag gant ar gwell-amzer
Pedet Zant Ervoan, hen vo ho sturier !

Kals da Zant Ervoan pa deuz n’om westlet
Kreiz bean er boan zo bet diboaniet.

Otro Zant Ervoan, beleg leun a fe,
Den viraklo bet ouz-omp true !

Doue ho rene, ho sklerijenne
Evit barn erfad ha gant gwirione.


Bep bla Zant Ervoan a deu da welet
Al lec’hio zantel lec’h ma oa ganet.

De he bardon braz pen an den zantel
A ve douget c’hoaz beteg he chapel.

Chapel Kervarzin elec’h ma laraz
An ofern tri de arog ma varvaz.

Relego ar zant a deu da dridal
Pa wel al lec’h-ze a gare gwej-all.

Eno neuz bevet, eno eo marvet,
He ine d’an env ahane zo et.

Miraklo a rae enpad he vue,
Goude he varo a ra adare.

Gwir sklerijen Breiz, skouer zantel meurbed,
Bet ar vadelez d’hon chilaou bepred.

’Vel en amzer goz ar belerined
A digas d’ar zant eun dornadig ed.

Doue d’ho paeo, hep mar Zant Ervoan
A roio d’ac’h-oll kant evit unan.

Gret ive d’ar zant eur bedennik vad
Ha dre he zikour a po eun est mad.

Na dous eo pidi pa ver barz ar boan
Er chapel el lec’h ma bede Ervoan.

Otro Zant Ervoan, c’houi bed en envo
Evid-omp dreist-oll, evit tud ho pro.

Vit Breiziz ho poa eur garante vraz,
Ha breman en env ec’h eo brasoc’h c’hoaz :


Gant fianz eta ho pedfomp bemde,
Hag eveldoc’h c’houi ni garo Doue.

Lest hoc’h euz gan-imp skouer ho vertuio
Ni ielo bepred da heuill ho roujo.

C’houi oa avokad pa oac’h er bed-man,
Bet hon avokad en envo breman.

Amen.

Barzik Kervarzin.



Imprimatur :


Brioci, die 9a Aprilis 1894.


M. Le Provost, vic.-gen.
Archid. Trecoren.


————
TOLEN


————


————