Gloada ar Prad. Rakskrid gant Dirlemm
Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1909
Skrid a-bezh



BREIZ DA VIRVIKEN



Nozveziou
an Arvor



Eil levr Marvailhou evit ar Vretoned


gant


KLAODA AR PRAT « Pluenzir »




Ti-Moulerez Sant-Gwilherm, 27, bali Charner
SANT-BRIEG


Kenskrid


————


Gwechall epad nosveziou hir ar goanv e oa ar c’hiz, e pep tiegez breizad, eur wech debret koan, d’en em zastum en-dro d’an tan da zelaou konta marvailhou. Va c’henvroiz deut war an oad o deus, gwelloc’h egedoun, dalc’het sonj eus ar beilhadegou-ze hag ar blijadur a gaved enno pa groge eur c’hoziad bennak da zibuna kontadennou, awechou iskiz ha spontus, hag a rae d’ar vugaligou kaout hunvreou skrijus en noz. Ar marvailher, peurliesa, a veze an tad koz eus an ti hag a gemere plijadur o lavaret istoriou an Amzer dremenet, istoriou e yaouankiz. Awechou all eur paour kez klasker bara eo an hini veze, deut da glask lojeiz hag a baee, gant e gontadennou, an digemer roet d’ezan…

N’ho peus ket a zonj, kenvroiz ker, eus ar varvailherien-valeerien-ze, a rede gwechall henchou hor bro, eur zac’h ouz o c’hein, en eur glask an aluzen hag en eur leda konchennou dre ma ’z aent ? Bep tam bara a veze roet d’ezo e tispakent eur marvailh bennak…

O digemeret a read, e pep tiegez, gant eur prez santel evel tud hag a lakae bennoz an Holl-C’halloudek da ziskenn war an tiez kristen a roe repu d’ezo ha tan da domma o izili. Pa zigouezent da goulz koan, eun tam yod a veze bepred er gaoter evito hag eul loa er parailher. A veac’h echu da zebri, eun iferniad tan a veze graet, hag ar penn-ti na vanke morse d’o fedi da gemeret ar skabell wella e kougn ar siminal.

Daou pe dri diad tud eus ar geriaden a zirede da zelaou ar gozidi gant o marvailhou. Kement a zigoueze alies ma n’halle ket an holl tostaat ouz an oaled, hag ar re genta, eur wech graet eur grazaden a ranke rei o leac’h da re all… Ar wazed a jache war o c’herniel-butun berr ha mogedet, ar merc’hed a stamme hag ar vugale vihan a foc’he al ludu gant an houarn biniou pe a glaske laou e penn ar c’haz ! Nag a stad a veze er beorien geiz o welet gant pegement a brez hag a evez e teue, dre-holl, ar goueriaded da zelaou o istoriou ! Ker kaer ha ker plijus e vezent ma teue d’ar wazed lezel an tan da vervel en o c’herniel, d’ar stam chom a zav etre daouarn ar merc’hed ha d’ar vugale lezel e peoc’h ludu ha kaz evit selaou gwelloc’h, o diskouarn soun hag o daoulagad peket ouz ar c’honterien.

Kozidi ha yaouankizou a zizroe, laouen o c’halon, d’o c’hear goude beza tanvaet eur blijadur c’houek hag onest er seurt beilhadegou.

An dra-ze oa an amzer goz, an amzer vad ! Mes maro eo gouenn ar varvailherien-valeerien, hag an tadou koz a vreman n’ouzont mui a istoriou diduellus…

Chench a ra an amzeriou !

En deiz a hizio e leac’h beza bodet en dro d’eun tantad tan, o selaou, gant ar Re-goz, kontadennou ar varvailherien, yaouankizou hon amzer, epad ar goanv, a gav gwelloc’h mont da redek a bell, da henti a bep seurt tiez, da c’hoari kartou ha domino. Karet a rafen gallout lavaret e tanvaer, e seurt beilhadegou, plijadur ken dereat ha ker yac’hus ha gwechall. Mes allaz ! Awechou ar seurt diduamanchou a vez noazus ouz o c’horf hag ouz o ene ; koll a reont, — re alies siouaz ! — ar paourkez tud yaouank, o yec’hed hag o glanded…

Ar skrivanierien breizek ha broadus a ya bemdez war niverusaat hag o youl eo ober ar Vro da zont en eur en em harpa war an Amzer dremenet. Gwir virerien kelennadureziou reiz ha doareou fur o C’hendadou, o lavar eo : Giz koz, giz wirion, hag o skoazell a roont da zelc’her en o zav ar giziou mad a venn tec’het kuit evit rei leac’h da c’hiziou all nevesoc’h hag alies fall. Gant keuz e welont o kerzet kuit ar marvailhou hag a rae gwechall holl dudi ar Beilhadegou e tiegeziou Breiz. Ar gwir skrivanierien vroadus n’hallent mankout da veza enkrezet gant an dra-ze, rak a-gevret gant ar marvailhou e santont ive o tec’het ar spered breizek.

Evit o mad e ve red dougen ar yaouankizou d’en em staga ouz oaled o ziez epad beilhadegou ar miziou du, e leac’h mont da redek aman hag a-hont, pell diouz o zud. Mes evit digas en dro ar beilhadegou a c’hiz koz eo red ive kaout marvailhou. Etouez ar skrivanierien o deus da genta kroget el labour d’ober marvailhou nevez evit ar Vretoned ema, sur mad, Klaoda Ar Prat.

Piou n’anavez hano ar barz karet Klaoda ? Piou n’en deus gwelet e hano e traon eur bern skridou leun a bouez hag a furnez, er c’helaouennou breton evel Kroaz ar Vretoned, Feiz-ha-Breiz ha Le Pays Breton ? Meuleudi oberour Mouez Reier Plougastel, Marvailhou ar Vretoned ha Buez Arzur a Vreiz n’ema ket d’ober ; ar brud anezan azo tec’het pell zo, nan hepken dre bevar c’horn hor bro, mes nijet eo, dreist ar mor, betek Bro-Geumri.

Eur bokedad gwerziou ha soniou koant koant, moullet gantan e 1905 dindan an hano Mouez Reier Plougastel, a reas d’ar skrivanier, brudet dija d’an ampoent, beza lakaet e renk gwella barzed Arvor.

Mes ne gendalc’has ket en hent en doa kemeret da genta. Prestik e tilezas an Delen hag e leac’h barzoniezou en em lakaas da skriva marvailhou, muioc’h diouz doare ar Bobl. E Marvailhou ar Vretoned e tal an tan, moullet e Sant-Brieg (1907), Klaoda Ar Prat a lakaas ar pep kaera eus an istoriou bet skrivet gantan war Groaz ar Vretoned. Eur prez bras a oe raktal war al levr, koulz e Keumri evel e Breiz : eur guchennad vad a werzas, er vro-ze, d’ar Varzed keumroad… ha prest ne jomas mui hini gantan.

An digemer kalonek roet dre-holl d’e Varvailhou a oe eur c’hennerz d’an aozer da vont war raok gwasoc’h-gwaz. Kendelc’her a reas gant aked da skriva er c’helaouennou brezonek ha klask a reas marvailhou kaeroc’h c’hoaz eget ar re genta – ma c’haller, da vihana, kaout kaeroc’h kontadennou eget ar re a zo en e genta dastumad. En deiz a hizio en deus eur bern pennadou en e di, bet moullet dija, dindan e hano, aman hag a-hont war Groaz ar Vretoned, Feiz ha-Breiz, Almanag K. B. B., pe chomet divoull en e baperou. Goude beza o c’hutuilhet n’halle ket, hep beza digar, o miret evitan e-unan. Rak-se war bedennou start e vignoned en deus graet eun dibab etouez e wella istoriouigou hag e teu adarre, kenvroiz ker, d’o c’hinnig d’eoc’h dindan an hano kaer : Nosveziou an Arvor.

Klaoda Ar Prat a zo eur Plougastellad, eus gouenn paotred ar sivi, paotred start en o c’hredennou ha mirerien touet o giziou kantvloaziek.

Al laouenan a gar ato
E doen ha kornig e vro !
[1]

An den ive, koulz hag al labouz, a blij d’ezan an ti bihan e leac’h m’eo ganet, hag eur wech divroet e kar dizrei, eur wech an amzer, d’ar c’hornig douar a welas deiziou eürus e vugaleaj.

Dreist pep loden all a Vreiz, Klaoda a gar gourenez Plougastel. Er barrezig koant-se en deus tremenet bloaveziou tenera e yaouankiz. Eno, gant e gamaladed, en deus redet, diarc’hen, e benn noaz, a dreuz ar parkadou sivi, ar brug hag al lanneier. Nag e kare dija d’an ampoent kaerderiou e vro ! Nag e plije d’ezan chom pennadou hir d’arvesti ouz

… ar c’herreg, peulvaned graet gant mein,
Savet ganto en Nenvou linen rouzet o c’hein !
[2]

En e bennadou eürusted, nag e kare, gant e vignoned, mont da gonta e levenez d’ar reier-ze hag a

…gemere loden en o flijaduriou
Hag a responte skiltrus d’o holl c’hoarzadennou !
[3]


Mes pa deue d’an dristidigez gwaska e galon a vugel, neuze e kerze d’an aod da glask frealzidigez. Azezet war eur garreg, e dreid en dour, e lavare e boan-spered d’ar Mor glas, hag heman, gant e vouez klemmus, a skanvae d’ar paotrig e velkoni !

Eno eo e teskas hor mignon karet Breiz, ar vro gaer « koad en he c’hreiz, mor en he zro » a dlie kana ken mad divezatoc’h. Eno ivez eo e tanvaas pennadou kaer a blijadur o lenn marvailhou brezonek er paperennou a goueze dindan e zaouarn, ha, diouz an noz c’hoaz, nag e kare, er veilhadeg, selaou kontadennou ar Re-goz !

Liammou nerzus a zo o telc’her an aotrou Prat stag ouz douar e yaouankiz : « Eul loden eus va c’halon a zo chomet e Plougastel ! » en deus hen bet lavaret d’in alies en hor c’haozeadennou hir. Rak-se ’ta arabad beza souezet ma ro bepred al leac’h a enor d’e vro en e levriou, e Mouez Reier Plougastel evel e Marvailhou ar Vretoned

An tam kenta a danvaer e Nosveziou an Arvor a zo adarre eur marvailh koantik tout eus bro an aozer, e leac’h ma tesker d’eomp « penaos e oe savet kalvar kaer Plougastel. »

Da skriva e Nosveziou, hor mignon en deus lezet e bluen zir da redek, poulzet gant karantez Doue ha hini Breiz ; evitan an diou garantez-se n’hallont ket mont an eil hep eben. Breizad eo betek mel e eskern, ha kristen betek goueled e ene ; e c’hoant eo e teufe an holl Vretoned vad d’ober eveltan, da garet

Da genta Doue,
Breiz-Izel goude,
Hag he Yez ive !

Eur c’houezaden a feiz hag a garantez-vro a zanter o c’hournijal a-dreuz pep deilhen eus e levr, azalek ar genta betek an diveza. E istoriou, skrivet en eur brezoneg reiz ha c’houek, a gomz holl eus Doue pe eus Breiz : ar spered kristen hag ar spered breizek a ren bepred en e skridou.

Ar marvailhou a zeblant plijout ar muia d’an aozer e-unan eo ar re a gomz euz amzer an Dispac’h-Vras. El levr-man n’en deus ket manket da rei d’eomp teir gontadenn eus an amzer griz-se : Ar groarig vruzu­net, Gwrac’h on Aochou, Park ar Burzud. An holl o lenno gant kalz plijadur ha kalz didu.

Nedeleg, Pask ha gouel an Anaon a zo tri gouel poblus en bor bro. Marteze ez eus lod ha n’ouzont ket perak e leverer teir oferen da genver deiz ginivelez Hor Salver ? Evit sklerijenna ar re-ze, just awalc’h, eo en deus Klaoda Ar Prat savet Teir oferen Nedeleg. Lenn a vo graet ive gant plijadur, evit amzer Fask, Ar C’hleier o tizrei eus Rom goude eur perc’herinaj a dri devez, kouls ha Noz-veilh an Anaon, eur gontaden goant hag a lavar d’eomp arabad ankounac’haat

Eneou hon tad hag hor mam
O leski e kreiz ar flam.

Demdost an holl istoriou a gavomp e Nosveziou an Arvor a dremen e Breiz ha leun int a garantez-vro. E Bara ar gear ha Klenved ar gear, an oberour a ali e genvroiz da jom bepred stag mat ouz douar o c’havel, rak e nep leac’h ne vezint gwelloc’h.

Nag a genteliou talvoudus a gavomp er c’hontadennou-ze ! Nag a skoueriou kaer da heuilh ! Deskomp* gant Gwrac’h an Aochou pardoni zoken d’ar re o deus graet ar muia gaou ouzomp…

Ar Prat a zo eur mab feal d’an Iliz hag he difenn a ra e pep leac’h, hi hag be ministred. D’an tammou krak doktored difeiz, savet stank en hor bro evel kabellou-tousegi, ha ne vezont laouen nemet o vabouzi, o teurel o glaouren war bep tra kaer ha santel, en deus kinniget Labour ar Beleg.

Mes n’eo ket awalc’h beza atao o rei kenteliou, red eo ive, bep an amzer, diroufenna taliou al lennerien gant istoriouigou fentus, rak gouzout a raer,

Hep eur begad pebr hag holen
E vez meurbed goular ar zouben.

Al lennerien eta a gavo, kemmesket gant ar marvailhou all, meur a farserez evel Kilhog sant Per, Eun Dreuflezen da Baol gornek, hag all.

Evit echui n’eus d’ober nemet trugarekaat ar skrivanier eus e levr kaer ha goulenn ma roio d’eomp c’hoaz kalz all eveltan !

Ra’z aio e Nosveziou an Arvor, gant Bennoz an Aotrou Doue, da hada an had mad en hon tiegeziou a Vreiz, da zeski d’eomp delc’her bepred start da yez, da c’hiziou, da gustumou ha da zoareou hon Tadou ! Ra zougo c’hoaz al levr-ze ac’hanomp, kenvroiz ker, da garet gwasoc’h-gwaz ar Beilhadegou kristen a c’hiz koz, d’en em staga muioc’h-mui ouz

Hon c’hontadennou ’tal an tan
Goude al labour hag ar boan,
Epad ar goanv, a-c’houde koan !
[4]



Gwimilio, deiz gouel Sant-Jozef, 19 Meurs 1909.


————


Eur gerig hepken warlerc’h
va mignon Dirlem
————


Marvailhou ar Vretoned, kelou bras ! en deus eur breurig.

Va mignoned tosta a lavar ez eo eur paotrig koant, ker koant, pe koantoc’h zoken eget e vreur hena. Eun enor bras eo ze evidoun, hag eur blijadur eus ar c’houeka a ra d’in. Ar vrezonekerien ivez a vezo stad enno hag o devo mall da welet an nevez ganet a ziskouezer kaout kement a fouge outan.

N’em eus ket ankounac’haet gant pegement a brez e oe digemeret ar Marvailhou, kouls e Breiz-Tramor evel e Breiz-Izel, ha kement-se a oe evidoun eur c’hennerz hag eun ali da genderc’hel da gerzet gant an hent am boa kemeret.

Lavaret hag aslavaret a-walc’h zo bet d’in e oa maro ar varvailherien en hor bro, pe, mar deus c’hoaz unan bennak ankounac’haet gant falc’h didruez an Ankou koz, ne gaver mui da vihana kement a zaour ganto sponterezou.

Hag a c’hell beza gwir ! Ha setu perak n’eo ket bet deuet d’in ar c’hoant da zastum ar seurt konchennou. Gwelloc’h e kavan skriva peurvuia traou skouerius, kontadennou kristen ha breton, a c’hello va c’henvroiz tenna anezo eur guchennad kenteliou evit gwellaat o buez.

Diskouez penaos e tle eur Breizad karet hag heulia e religion, didui e spered gant tammouigou farserez dereat, setu ar pez am eus klasket hepken el levr nevez-ma.

Hanvet eo ganen Nosveziou an Arvor. Eun hano kaer, ha n’eo ket gwir ? Gallet e vezo lenn anezan, evel e vreur hena, er goanv, e-tal an tan, ha da zul goude ar gousperou. Ouspen en Arvor, da baotred an Argoad, ar Menez hag ar prad e ray vad ha plijadur, fizianz am eus.

Ne fell ket d’in ho tale pelloc’h, va mignon lenner, rak mall bras hoc’h eus, hep mar ebet, da voulc’ha an dorz. Hag a hend-all, va mignon ha kenvreur Dirlem en deus roet kement a veuleudi d’an Aozer ha d’e labour, ma kresk c’hoaz ho youl da welet petra dalo ar varc’hadourez a ginniger d’eoc’h.

Pluenzir.


————


Penaos e oe savet Kalvar kaer Plougastell


————


Bezomp trugarezus e-kenver ar beorien ; ar garantez a zistan justis an Aotrou Doue, roet en deus e c’her e talc’ho sonj vat eus eur werennad zour roet en e hano.


Gwechall n’oa ket eur c’hroaz-hent e Breiz-Izel ha n’en divije eur groaz bet savet gant tud devot ar c’harter. Pa ’z oant laouen e tiredent d’ar groaz, d’ar c’halvar, evel m’oa ar c’hiz ganto da lavaret, evit trugarekaat Doue hag ar Werc’hez. Pa zirolle warno eur walen pe eur gwall-darvoud bennak, d’ar c’halvar eo ez eant ive da c’houlen trugarez.

Hag ac’hano eo e teue d’an dud vat se ar gwir vignoniach, ar peoc’h a yoa etrezo. Beva a reant evel breudeur, dare atao da rei dourn an eil d’egile. Ha setu aze petra dalv eur zell great ouz kroaz hor Zalver ; setu aze frouez kaer an devosion da Groaz Jezuz, frouez douget zoken gant ar c’halonou kaleta.

Daoust ha gallet o divije an dud-se lezel an avi, ar gasoni, hag ar youlou-all ken direiz, da c’hounit war o c’halon, pa gavent, kouls lavaret e pep tachen, lagad Jezuz war ar groaz o para warno, pa welent e zaouarn staget, e ziouvreac’h astennet evel evit o briata, pa zeue en o spered ar c’homzou ma eus an Aviel lavaret gant ar Zalver benniget evit ar re a rea d’ezan gwasa ma c’hellent : « Va Zad, pardonit d’ezo !… »

E dibenn an triouec’hvet kantved, d’ar mare spontus-se anavezet en histor dindan an hano a « Zispac’h-Vras », ez oa o c’houarn Breiz-Izel aotronez dijipot ha dizoue hag a gredas ober eun taol eus an dibab o lakaat diskara eun niver bras a groaziou, o vac’hagna ar re a yoa dieas da deuler d’an traon. Fazia a reant kalz avat en o mennoziou. O welet ober kement a fae war ar pez a garient ar muia, ar Vretoned n’o doe nemet muioc’h a ze a zonjer oc’h ar sorc’hennou a c’hoantaed lakaat anezo da zigemeret.

Hogen, peoc’h gant an amzer drubuilhus-se, ha komzomp kentoc’h eus an histor-ma displeget d’in gant eul labourer-douar eus a barrez Kloc’harz Karnoët, en eskopti Kerne.

Tri bloaz war-nugent a yoa e pade ar brezel etre Yan Monfort ha Charlez Blez ; o daou e felle d’ezo beza duked a Vreiz-Izel. Nag a zienez er vro pen-da-benn ! Gwech ez oa peilhet gant ar Zaozon, ar re-ma a-du gant ar c’hont Yann, gwech-all gant ar C’hallaoued, hag ar re-ma a harpe Charlez.

E-touez ar c’harteriou o devoe ar muia da c’houzanv, e teue da genta ar vro a zo bet great ar Morbihan anezi abaoue, hag al loden eus ar Finister a sko warni. Hag ar pen-abeg eo abalamour ma ’z oa dre eno meur a gastell krenv ha tachennou a vrezel, ha pep-hini eus an daou enebour, na petra ’ta, a c’hoantea o chaout evitan.

Klocharz-Karnoët n’oa d’ar poent-se nemet-ken eur geriadennig zister, eun teskadig tiez kolo e-kreiz eul lanneg tost d’ar mor. An dud paour eus ar gear-ma, gwasket ha spontet dalc’hmad gant ar zoudarded kriz a dremene en o c’hear, a yoa leun a zisfizianz ouz an diavezidi. Peadra a yoa evit gwir.

Eur vintinvez e tigouezas eur bagad brao a dud e Kloc’harz. Atao war evez, ar gouerien a oe mall ganto mont da guzat, pep-hini eus e du ; setu perak, pa falvezas gant diavezidi gouzout eun dra bennak digant tud kear, e oe red mat d’ezan dizrei da gonta d’eun itron yaouank en doa kavet dre-oll dorojou serret. O klevet kement-se, penn houma a deuas da veza tenval.

— « Ha da beleac’h ez aimp neuze ? emezi glac’haret oll ; penaos e c’hellimp-ni dont a-benn d’anaout hon hent, en eul lanneg evel-hen ? »

— « N’eo ket d’ober droug d’eomp ez och deut eta, demezel ? » a lavaras mouez eur bugel. Hag ar veajourez da zistrei war zu ennan.

Ar bugel en doa komzet a oa eur pôtr bihan koant a zeg vloaz pe war-dro, daoulagad buezek o lugerni en e benn. Dispontet e oa bet, kredabl eo, o klevet an demezel o koms gant kement a reizded ; savet e oa war ar c’hleuz hag e teue da rei dourn d’ezi.

— « O tra ! eme ar veajourez, ne glaskomp ober droug da zen ebet. C’hoant hon deus hepken da c’houzout ha pell emaomp c’hoaz dioc’h Kemperle, ha gallout a rafemp ive kaout ama eun nebeut bevanz. Ezom bras hon deus, bez sur, va faotrig. »

— « Bevanz ? eme ar bugel oc’h heja e benn, dies e vezo rei d’eoc’h, mestoued ! N’eus ket c’hoaz pemp dervez ez eus bet skrab warnomp. Kredi ran ne vezo kavet en hon tiez-soul netra nemet marteze eun tamm bara du bennak ha leaz. »

— « Ni a raio gant ar pez a vezo, mignon bihan, a lavaras an itron yaouank. Kea, mar plij, da lavaret da dud ar gear-ma n’o deus tam ezom ebet da gaout aon, hag e paeimp gant largentez ar pez a c’houlennomp. »

Paea ! setu aze eur gomz ha n’oa ket bet klevet e Kloc’harz pell a yoa ; setu perak ar bugel a oe mall gantan mont, leun a fouge, d’hen lavaret da dud kear.

E keit-se, holl dud ar gompagnunez a ziskennas diwar varc’h. Mez lezomp anezo eur pennad da ziskuiza, ha gwelomp piou eo an demezel-ze emaint ouz he heul.

Tereza a Blougastell e oa he hano. He zud a yoa brudet kaer. He zad, aotrou ha baron a Blougastell, a Zaoulaz, hag a n’ousped leac’h-all c’hoaz, en doa kalz a binvidigeziou. Ober a rea avat implij kaer gant an donezonou ze roet d’ezan gant Doue, ha Tereza, e benherez, a lakae he foan da gerzet war e roudou. Ar plac’hig yaouank a dremenas deiziou seder beteg an oad a zeg vloaz, e Plougastell, dindan lagad he zud ; hogen, neuze, siouaz ! e kollas he mamm, hag eur pennad goude he zad a yeas eus ar gear, n’ouied ket evit pegeit, evit atao marteze ! Ar baron a yoa eat a-du gant Charlez Blez, ha brema ez ea da dapa e zoudarded evit brezelekaat ganto.

Chomet he-unan er maner, Tereza a glaskas he flijadur oc’h ober c’hoaz muioc’h a vad eget diaraok.

Beva a reas evel-se epad c’houec’h vloaz dindan kulatoriez eun den mat meurbed en em roet holl d’an tiegez. Ne jomme ganti evit beza eürus nemet kaout kelou aliesoc’h eus he zad ker. Hogen, ken dies ez oa d’an ampoent kas keleier ma n’oa ket leac’h da veza souezet o veza ne deue kelou ebet d’ar gear a-berz baron Plougastell. He c’halon a c’houzanve ar verzerenti, ha koulskoude e chomme sioul.

— « Lakeat em eus va zad, a lavare hi, dindan gward Rouanez an nenvou, hag hep douetanz ebet e tizroio d’ar gear. » Hag e klaske, da c’hedal, dougen an dud da garet muioc’h-mui he zi.

Eun dervez ma’z oa daou-bleget oc’h eur prenestr, he daoulagad o para war mor Brest, ha hi ha gwelet eur manac’h baleer en e zav e-kichen dor ar voger, o c’houlen dont er c’hastell. Evit doare n’oad ket nec’het gant mont da zigeri d’ezan.

Hag ar plac’h ha gervel an hini en doa da welet war an ti, ha goulen digantan petra rea na lezed ket ar manac’h da zont beteg an ti.

— « Demezel, emezan, n’em eus nep fizianz er rederien-vro ; soudarded aotrou Lanveog, enebour touet d’ho tad, a ya hag a deu dre ar vro. Aon am eus rak o zroiou-kuz, hag ar manac’h-baleer-ze n’en deus stum vat ebet gant e zellou faëus hag e zoareou prestet. Me laka eo eur spier, ha netra ken. »

— « Mont a ran da welet va-unan », eme ar plac’h yaouank o sevel.

Mont a reas, evel m’he devoa lavaret, betek dor ar porz, ha dre doull barrennet an draf a yoa enni e c’houlennas digant ar perc’herin petra rea d’ezan kaout kement a c’hoant da vont er c’hastell.

— « Eur c’helou eus ar re vrasa, demezel, a zigasan d’eoc’h, hag, ouspen-ze, skuiz maro oun ive. Klevet em eus bet lavaret n’ousped gwech ez eo an itron eus a Blougastell meurbed karantezus. N’hen diskouez ket nemeur, dre va feiz, p’eo gwir e ra d’in gedal keit all e-tal an nor-ma. »

Ar rebech a yeas war-eün betek kalon Tereza, hag e roas urz da zigemeret ar beachour ha d’ober brao d’ezan, daoust da lavarou ar gouarnour. Araok dibri eur c’hinaouad eus ar pez a ginniged d’ezan, ar beachour a c’houlennas ober e gefridi dioc’htu.

— « Ho tad, emezan da Dereza, a zo er prizon, eun tachad a zo, klozet en unan eus touriou Henbont. Her gwelet em eus eno. E vrasa tristidigez e vezo mervel hep beza ho priatet…

— « Mervel ? » a c’houlennas an demezel.

— « Ya, siouaz ! Er c’hrogad diveza, a zo bet etre soudarded Monfort ha re Vlez, eo bet gwall-c’hlazet, ha n’en deus fizianz ebet da barea. Karget oun gantan da lavaret d’eoc’h n’en deus ket tremenet eun dervez hep kaout sonj achanoc’h ; pedi a ra ac’hanoc’h da renta henor d’ezan dirak an dud o kemeret skouer dioutan, o vale war e roudou. »

Kalon Tereza a vennas ranna o klevet eur seurt kelou. Ne falgalonas ket evelato. Mont a reas d’he c’hambr, hag e tastumas he braoigou, he arc’hant ha kement en doa eun dalvoudegez vras. Hag e c’halvas a-nevez an hini a yoa karget da ziwall ar c’hastell. Rei a reas urz d’ezan da lakaat dindan an armou kement a dud hag a vije ezom evit he difen eus a Blougastell da Henbont. Dioc’htu, emezi, edo o vont.

— « N’hellit ket ober-ze ! eme Bol ; n’ouzoc’h ket, demezel, pegement a riskl a zo evit ar beachour dre eun amzer evel-hen. N ’hellit ket mont, e koustianz. »

« Ma, mont a rin koulskoude, eme ar plac’h yaouank. Doue hag ar Werc’hez am diwallo a bep droug. Ne fell ket d’in e varvfe va zad araok m’am bezo e welet. »

Kement a lavaras Pol evit esa he distrei diouz he mennoz ne dalvezas da netra. O veza fiziet pep tra e Pol, ar c’hastell, an douarou, al leveou, Tereza a ouie e c’helle kaout fizianz ennan, hag ez eas en hent en deiz-se zoken.

Eun tregont leo bennak he devoa da ober, en eur vro breset a bep tu gant bep seurt soudarded, evel ma ’m eus hen lavaret uhelloc’h. Pemp dervez a yoa abaoue ma oa tec’het eus a Blougastell. Ha brema, evel m’hon deus gwelet, e tigoueze e Kloc’harz-Karnoët.

Tremen eun heur a yoa edont eno o c’hedal, hag ar paotr na zistroe ket. Tereza hag he c’hompagnunez a oe darbet d’ezo kredi e rankchent mont larkoc’h, pa weljont o tonet eur bagad gwazed ha merc’hed, ar paotrig en o fenn.

Dizale e oe kinniget d’ar veajourien kement a yoa er geriaden. Va Doue ! nebeut a-walc’h a dra : bara du, hag eus an hini grosa, ha neuze leaz. Plac’h ar c’hastell, avât, hag he zud a oe mall ganto terri o naon. O veza m’oa red d’ezo ober tro evit miret d’en em gavout fall, ez eant ama hag a hont, dre al lanneier, abaoue ar mintin, hep beza deuet a-ben da gaout netra da zibri.

P’o doe debret dioc’h o naon, ha pa oent diskuizet eun tammig, hon tud a yeas da gemeret o hent adarre.

— « Ha plijout a rafe gant unan bennak ac’hanoc’h, eme Dereza d’ar goueriaded, dont da ziskouez hon hent d’eomp eur pennadig ? »

Goude beza chomet eur pennad da dorta, unan eus ar wazed a asantas kemeret warnan ar garg-se meurbed risklus d’ar mare, hag eur pennad goude edo an dijentilez o pellaat dioc’h Kloc’harz, goude beza roet d’an dud-se meur a desteni eus he c’halon vat.

Lezomp a gostez meur a hini eus an darvoudou a stourmas oc’h demezel Plougastell ; deomp ganti dioc’htu zoken war-eün da Henbont.

Janed a Vonfort, intanvez Yann, a yoa hi hec’h-unan o rei he urziou da gear. Epad ma oa bet beo ar c’hont, hen he diwallas dioc’h taoliou arme Charlez Blez. Brema, pa z oa intanvez, e tifenne gant kement a nerz-kalon gwiriou he mab hena.

War bouez goulen alies hep skuiza da c’houlen, setu ma oe kaset Tereza a Blougastell beteg an itron intanvez Monfort, Tereza en em daolas e-harz he zreid hag a c’houlennas diganti, en han’ Doue, an aotre da vont betek he zad, baron Plougastell.

— « N’eus ket ama aotrou ebet hag a zougfe an hano-ze, demezel, » a lavaras an intanvez gant eur vouez rust. Houma a gredas eur pennadig e teue an demezel, digaset gant enebourien tu Monfort, da c’houzout doare an traou e kear.

O klevet lavaret n’edo ket he zad eno, an demezel a zavas en he zav evel eun tenn, drouk-livet ha souezet bras.

— « Petra ! emezi, daoust ha gallet ez eus bet kas ar fallagriez betek fazia ac’hanon evelse ? O itron, kredit ac’hanon : digaset ez eus bet kelou d’in evit lavaret edo va zad ama o vervel en eun toull kuz bennak. Ha perak, va Doue ! ez eus lavaret d’in eun hevelep gaou ? »

Skoet he c’halon o welet eur seurt glac’har, Janed a jenchas ton hag a reas oc’h Tereza eur maread goulennou. C’hoant he devoa da anaout an histor penn-da-benn. Pa deuas ar plac’h yaouank da gonta pe seurt douetanz en doa bet Pol diwar benn an aotrou a Lanveog, e oe gwelet an intanvez o sevel d’he zro, hag e lavaras :

— « Bugel paour ! da enebour eo a zo falvezet gantan pellaat ac’hanout evit kregi easoc’h a ze ez peadra. Bremaïk e kredot ac’hanoun p’am bezo digaset dirazoc’h ar skoueder deuet er mintin-ma da zigas d’in ar c’helou, a-berz aotrou Lanveog, o deus pleget Plougastelliz ha Kraoniz. Hiviziken eta ar c’harteriou-ze a zo gounezet d’in. »

Evel eur goumoulen a dreuzas spered Tereza hag e oe darbet d’ezi koueza d’an douar.

Setu ma oe digaset ar skoueder, dre urz kontez Monfort.

Ar skoueder yaouank na gredas ket nac’h ar wirionez, gant aon da veza kastizet divezatoc’h, hag ouspen-ze, e spered a oe skoet o welet dirazan an demezel a yoa bet laeret gant e vestr. Hag e lavaras rag-eün kement en doa great an aotrou a Lanveog.

— « Va mestr, emezan, a ouie ervad e Savche an holl Blougastelliz en e eneb, mar en divije klasket mont d’ho maner gant an armou, ha setu perak e kavas gwelloc’h kas eur c’hannad da lavaret d’eoc’h edo gwaskedet ho tad ama. Lavaret mat en doa n’ho pije ket gallet chom hep mont d’e welet kerkent, ha neuze e vije eas d’ezan kregi en ho madou. Eat mat eo e vennoz da benn.

En despet d’ar boan o deus kemeret he servicherien, Plougastell a zo bet trec’het. Gouarnour ho kastell a zo en disheol, klozet mat, hag ar vro a-bez a zo brema dindan galloud va mestr. Roet en deus da gredi d’ho kwizien (vassaux) e oa maro Pol, ha c’houi, emezan, a yoa eat kuit evit atao. Hag abalamour da ze, n’en deus enebet den, da lavaret enebi… Ha neuze, petra c’hallfed da ober brema eneb an hini a zo deuet da veza perc’hen ar c’hastell ?… »

Tereza a oa mantret o klevet kement-all. Gwelet a reas dioc’h-tu peger bras droug a yoa great d’ezi. Petra da ober ? Da beleac’h mont ? Evel a lavare ar skoueder, ne dalvezche da netra en em zevel oc’h perc’hen nevez ar c’hastell.

Ar plac’h yaouank a ouie ervât e vije a-walc’h eviti mont d’en em ziskouez d’he Flougastelliz evit ma’z aje an holl wazed d’he heul. Baron Plougastell, avât, hag hen hepken, a c’helle dont a-ben eus eur seurt labour ; ha p’eo gwir ne ouied pen ebet dioutan, ha marteze abarz pell ne vije klevet hano ebet anezan ! Ha goude m’en divije gallet mont da zifen e dra eat dindan galloud Monfort, an henor en divije harzet anezan da vont, rak a-du edo gant Charlez Blez, ha d’ar mare-ze zoken edo an diou arme o vont da steki an ell ouz eben, ha goude e vije gwelet gant piou ez aje ar gounid. Stag e oa eta.

Janed Monfort a lavare a walc’h e roje urz d’an aotrou a Lanveog da vont eus a Blougastell. Hogen, Tereza a zante mat ne vije ket sentet oc’h he urz. Nec’het bras ez oa.

Ar gontez, kalon vat he devoa, a oe skoet o welet ar plac’h yaouank en eur seurt kuden ; kinnig a reas d’ezi eun ti kaer en Henbont. Houma avat a c’houlennas ma vije lezel da vont da Gemperle ; gouarnour ar gear-ze, emezi, a yoa kar pell d’he zad. Janed a aotreas d’ezi gant plijadur ar pez a c’houlenne.

— « It, emezi, o lavaret kenavo d’an demezel, it, ha dac’hit sonj vat eus a gement-ma : Ma teu Doue da rei d’in an trec’h, me ho skoazello kement ha ma vezo em galloud. N’hoc’h ankounac’hain ket ! »

Tri miz goude, e kavomp demezel Plougastell eat da jom da Gloc’harz. Setu ama petra yoa bet penn-abeg da gement-se.

Gouarnour Kemperle a zigoueas d’ezan mervel. O veza m’edo an hini a deuas war e lerc’h a-du gant aotrou Lanveog, ha zoken e leverer ez oa unan eus e vignoned, setu ma oe red d’ar plac’h kez mont da jom en eul leac’h-all. Lakaat a eure neuze en he fenn mont da gouent Alre, da c’hedal ken na vije echu ar brezel. O veza great eur pennad brao a hent, setu ma oe taget ar vanden gant eur bagad skraberien. Pep-hini a yeas eus e du ; ar plac’h yaouank a c’hellas, o tec’hel prim ha prim, en em deuler en eur c’harz e lec’h ne oe ket gwelet gant he enebourien.

Great he devoa eun derveziad mat a vale, o vont hep gouzout kaer da beleac’h, pa zigouezas en eur geriadennig. Dieas e kave goulen digor, hag edo eno, nec’het bras, pa anavezas eur paotrig a yoa en e zao war dreuzou eun ti soul. An hevelep hini eo he devoa kavet war he hent, pa dremene dre Gloc’harz o vont da Henbont. An dra-ma a roas d’ezi eun tammig hardiziegez, hag ez eas betek tud ar geriaden. Pa welas an digemer a oe great d’ezi, e chenchas mennoz. O welet pegement a zarvoudou a goueze warni, e reas he zonj da jom kuzet ken na zavche derveziou gwelloc’h eviti. Ha setu aze perake kavomp anezi e Kloc’harz.

An dudou ze a yoa eun dudi evito he c’haout ganto. Poania a reas kouls hag e Plougastell da ober d’ezo ar muia vad a c’helle.

Eun darvoud eürus, war he meno, a roas tro d’ezi da c’hellout ober hervez he c’hoant. Eur Yuzeo a deuas da dremen dre gear, hag an demezel vat a oe laouen ganti gwerza d’ezan he holl braoigou. Evit gwir, ne oe ket roet d’ezi evit he braoigou an arc’hant a dalvezent, ha koulskoude Tereza a gredas beza pinvidik, ha seul binvidikoc’h ma’z oa paour ar re a oa endro d’ezi.

Eur mennoz-all c’hoaz, koulskoude, en doa miret oc’h Tereza da vont d’eul leac’h-all da jom. E pep korn eus a vreiz-Izel e kemered an armou evit esa eur wech diveza echui ar brezel hag a rea kement a zroug d’ar vro. Pep kear a deue da veza eun dachen grenv, dare dalc’hmat da c’houzanv eur c’hrogad a-berz an enebour. Hag e Kloc’harz, eur geriaden vunut, Tereza a yoa muioc’h en he eaz evit ne viche bet e nep leac’h ebet.

Hag ouspenn-ze ar goueriaded he c’harie kement ! Great o divije pep tra eviti ! Ma tisgouesche ganti en em gavout en eur riskl bennak, e c’helle kaout fizianz en o divreac’h, hini ebet anezo n’en divije troet kein d’ezi. Roet o defe o buez evit savetei hini o madoberourez, evel ma lavarent.

N’eo ket hepken gant he arc’hant eo e rea vad an demezel, kenteliou mat a roe ive. Lakaat a rea ar peoc’h pa zave tabut, hag e lakea unvaniez e touez ar re a oa broc’hadeg etrezo ; en eur ger, ober a rea, e pep doare, ar muia vad a c’helle. Karet a rea dreist oll ar paotrig bihan hon deus gwelet e penn kenta an histor-ma ; hag eus e du, Perig ive a garie kenan an demezel. Pa zave c’hoant ganti da vont da ober eur bale, ne glaske nemet Perig, ha Perig a veze atao war evez evit ne gouesche ket e zemezel etre daouarn soudarded.

Pa zeue nozveziou hir ar goanv, an dijentilez yaouank a vode en he zi-soul, gwech ar vugale, gwech all o zud. En em blijout a rea kenan o tisplega d’ezo konchennou ar re goz, ar pez a ouie diwar-benn sent, maneriou, feunteuniou ha kustumou ar vro, endra ma teske d’ar yaouankiz eun niver bras a labourouigou talvoudus. N’eus netra da zouezi e kement-se ; gwelet eo bet an dijentiled, an noblanzou koz, epad eun niver bras a gantvejou, o neza hag o wriat. Kalz zoken a steue o-unan an dilhad a zougent.

Daoust d’ezan da veza gant kalz a draou, spered Tereza evelato n’ankounac’hae ket he zad, hag alies, epad an deiz, e sonje ennan, e maner Plougastell. Siouaz ! petra dalve ? Red mat e oa d’ezi gortoz an termen, hag an termen-ze, marteze, a yoa c’hoaz pell. Meur a gannad he devoa kaset d’he zad, hag hini ebet anezo na zizroas. Evel-se eta, termen ar brezel hepken a c’helle digas adarre an tad hag ar verc’h an eil d’egile.

Eun dervez e teuas eur vandennad Saozon da dremen dre Gloc’harz ; hag evel ma kavent ne read ket brao a-walc’h d’ezo, e taoljont d’an traon eur groaz vean savet en eur c’hroaz-hent tostik d’ar vourc’h. Ar goueriaded a oe glac’haret bras gant an darvoud ; kustum e oant aboue eun maread bloaveziou da zont da bedi war bazennou o c’halvar. Ma vijent bet c’hoaz pinvidik a-walc’h evit e zevel adarre ! Ne dalie ket d’ezo sonjal, re baour eoant !

« Me, eme Dereza, me eo a adsavo ar groaz-se. Gwir eo n’oun ket pindivik a-walc’h brema d’he zevel evel ma’z oa kent ; hogen, an hini a rin a vezo e koad, hag a-barz eur miz e vezo aze en he zav. »

Bras e oe laouenedigez ar goueriaded o klevet ar c’homzou-ze. Tereza a zalc’has d’he ger. En em glevet a reas gant an aotrou person, ha d’an deiz a oe dibabet e teuas ar barrez a-bez e prosesion evit gwelet he benniga,.

Hanvet e oe dre ar vro Kroaz-Tereza en envor eus an hini he devoa he savet. Bemdez e teue tud di da staga ouz ar groaz garlantez ha kurunennou, ha meur a desteni-all eus feiz ha doujanz an dud vat-se ; biken hini ebet n’ez eas ac’hano hep beza lavaret eur beden evit an demezel yaouank.

Tost da eur bloaz a dremenas evel-se evit Tereza. Edod er penn kenta a viz here, pa redas dre ar vro eur c’helou eus ar mantrusa. D’an 28 a viz gwengolo eus ar bloavez-se 1364, ez oa bet eur c’hrogad a-zoare e lanneier Alre. Lavaret a read ez oa bet lazet Charlez Blez, lakeat Gwesklin er prizon, hag o zoudarded lazet evit an darn vrasa. Lavaret a read ouspenn ez oa bet kurunet ar c’hont Monfort dug a Vreiz-Izel, dindan an hano a Yann, pevare eus an hano. Heman, hervez ar brud, a yoa o vont da gastiza kalet kement marc’heg a yoa bet a-du gant e enebour.

Hag an traou-ze holl a yoa gwir, nemet ar pez a lavared da ziveza : edo o vont da gastiza e enebourien.

Evel e vamm, Yann Monfort en doa eur galon vat ha trugarezus ; hag ouspen-ze, gwelloc’h e kave beza madelezus e-henver e varc’heien a Vreiz, ha beza deuet mat ganto. Hogen Tereza ne ouie ket an dra-ze, ha setu perak ec’h en em lezas da veza trec’het gant an dristidigez. Kredi a reas e oa maro he zad, pe edo o tizec’ha en eur prizon tenval bennak o c’hedal e varnedigez.

Petra n’he divije ket roet evit gouzout petra oa deuet da veza ?

— « Ne fell ket d’in chom pelloc’h en arvar-ma, emezi, me a yelo da gavout mamm an dug nevez ; roet he deus d’in he ger, en Henhont, e talc’ho sonj achanoun ; ne lavaro ket nan d’in pa c’houlennin outi lezel e vuez gant va zad, mar deo beo c’hoaz, da vihana ! »

Ne wele mui netra en tu-all d’an dra-ze ; an deiz-se zoken e lavaras d’ar goueriaded petra he devoa c’hoant da ober. Hag e c’houlennas diganto ha ne vije ket unan bennak anezo dare da ober hent ganti. Dioc’h-tu e teuas eur maread d’en em ginnig, ha Tereza n’he doe nemet dibab da ober. Henvel a reas c’houec’h eus ar re a gave d’ezi a yoa ar muia douget eviti, hag e lavaras d’ezo en em lakaat e tro a-benn an deiz warlerc’h.

En dervez-se, goude meren, ez eas eur bagad bugale da gas bokedou d’ar c’halvar ha da c’houlen digant Doue plijout gantan rei e vennoz da veach an demezel ker. Spontet meurbet e oent pa weljont eun den astennet evel eur c’horf maro war bazennou ar groaz. Edont o vont kuit d’an daoulamm pa gredas Perig beza gwelet anezan o finval. Ar vugale a zispontas hag a dostaas.

Evel en doa lavaret Perig, an divroad n’oa ket maro, skuiz eo ez oa gant an hent en devoa great.

— « E pe leac’h emaon, bugaligou ? » a c’houlennas-hen ouz ar baotred.

— « E Kloc’harz-Karnoët » a lavaras Perig.

— « Mad, mad sur ; n’oun ket troet kalz diwar va hent neuze, eme ar beachour etre e zent. Hogen, emezan o koms uhelloc’h, daoust ha n’hellfac’h ket lavaret d’in ha kavout a rafen-me en ho kear kement hag a vije red d’in da gavout ? »

— « O ya da ! eme Berig adarre. Ha goude ma n’ho pije netra eus a di va zud, e ti-soul an demezel Tereza e vez atao eun dra bennak evit ar veajourien. »

— « Tereza ! » a lavaras an dianavezet war-lerc’h Perig. « Piou eo eta an demezel ze ? » a c’houlennas-hen adarre.

— « Eur vaouez vat, eus ar re wella », a lavaras ar vugale a eur vouez.

— « Gwir ? karet a rit eta kalz anezi ? »

— « Ma karomp anezi ? eme Berig, ha piou n’he c’harfe ket ? Abaoue bloaz ’zo m’ema e Kloc’harz n’he deus great nemet vad d’an holl. O na poaniet omp o welet anezi o vont d’hor c’huitaat ! »

— « A ! o vont kuit ema ? »

— « Ya, warchoaz vintin. Evit an dra-ze eo e teuomp ama da zigas kurunennou, ma plijo gant Doue ober d’ezi dizrei dizale en hon touez. »

N’en doa ket echu ar paotr gant e gomz pa oe klevet lavaret : « Setu hon demezel o tont ! »

Hag, e gwirionez, edo erru Tereza. Dont a rea, hi ive, da zaoulina e-harz ar groaz, evel evit lavaret kenavo d’ezi ha d’an dud vat o doa great d’ezi eun digemer ker kalonek.

An diaveziad en em roas da grena, evel an deliou er gwez gant eur zourrad avel, kerkent ha ma welas an demezel… » Ha posubl e ve ? » emezan.

Tereza ive a jomas a zav, nec’het bras. Kement-se, avat, ne badas ket pell ; hag ez eas en eul lamm d’en em skrinka etre divreac’h an hini a c’halvas dioc’htu : « Va zad ! »

Ya, baron Plougastel eo ez oa, hen e unan. A dra zur ar zeiz vloaz dienez en doa bet da c’houzanv o doa chenchet kalz anezan. Hogen kalon ar verc’h a zivinas evelato. Ha brema e rede eus he daoulagad eur mor a zaelou tener, daelou a levenez.

Evit gouzout petra rea d’ar baron beza evel-se e-unanig oc’h ober hent, deomp gantan da di e verc’h : eno e klevimp.

Eas eo gwelet pegen souezet e oe ar baron o kaout e verc’h eat da jom da Gloc’harz ; ma oe red d’ezi displega hed-ha-hed ar pez a yoa digouezet ganti.

Ar baron a yeas e kounnar rus pa glevas pe seurt taol en doa great aotrou Lanveog. Ma touas war an heur e raje d’ezan paea ker. Skoet, teneraet e oe e galon, a vat, o klevet pe seurt digemer vat a reas ar gontez a Vonfort d’e verc’h.

« N’oun tamm ebet souezet gant an dra-ze, emezan ; an aotrou dug ivez a zo bet meurbet madelezus em c’henver. Tud vat int. Ar pez a zo bet kiriek d’in da vont a du gant Blez eo abalamour ma kreden start edo ar gwir gantan. Hogen, lezomp an traou glac’harus-se. Lavaret a rin d’it hepken e kredan beza great en Alre va dlead a varc’heg leal ha kalonek. Ha neuze, penaos em bije gallet ober e giz-all, p’eogwir edon tostig d’ar marc’heg brudet Gwesklen ? Ugent gwech em eus gwelet ar maro a dost ; e goueled va c’halon, me lavar d’it em boa aon, nan, avât, rak ar maro, aon am boa da vervel hep kaout diaraok an eurvat d’az kwelet ; kement-se a vije bet re griz evidoun. Evit ne c’hoarvesche ket an dra-ze ganen, e ris gwestl da vont da bardona war droad da Itron-Varia Rumengol, ma plijche ganti va miret ouz pep droug. Emaon oc’h ober hervez va ger. An Itron-Varia a glevas va feden : dont a ris eus ar brezel hep beza bet pistiget an distera. Kaset e oen gant ar brizonierien-all da gaout an dug, hag e lavaras d’in o vousc’hoarzin : « It, emaez, it, baron a Blougastell, dishual oc’h. Ne c’houlennan ken paeamant diganeoc’h nemet e viot ker feal em c’henver ha ma’z oc’h bet ouz va enebour. C’houi a grede ober mat o tifen anezan ; ha p’eo gwir dre c’hras Doue, n’eus mui nemet eur gostezen e Breiz-Izel, it, ha n’ankounac’hait ket, me ho ped, ho tug nevez. » Plega ris va glin dirazan hag e pokis d’e zaouarn. Eur pennad goude e oep lezet da vale, me hag eur bagad mignoned. Daou zervez ’zo ez oun tec’het diouz Alre evit seveni va gwestl ha mont goude da Blougastell. Kredi ran eo ar Werc’hez eo he deus great d’in trei diwar va hent evit kaout ar blijadur d’az kavout ama. Petra vije c’hoarvezet ma vijen eat war eun da Blougastell, hep gouzout an darvoudou tremenet en hor maner ? Aotrou Lanveog, kredabl, en divije lakeat kregi ennoun dre drubarderez ; petra vijes-te deut da veza neuze, plac’hig paour ? Bezomp habask, dont a ray ar mare d’in da jench penn d’ar vaz. »

— « N’hoc’h eus klevet hano ebet eus ar baotred am eus bet kaset da c’houlen eus ho kelou ? » a c’houlennas Tereza ouz e zad.

— « Hini ebet. Dont a rean da veza nec’het, me ivez, o welet ne zizroe ket ar c’hannad am oa kaset da Blougastell. »

— « An aotrou a Lanveog en devezo miret outan, kredabl. Ar c’hannaded am eus bet kaset d’eoc’h o deus kavet ar maro, me gred. »

— « Gwelet a raimp, me lavar d’it. Mat eo d’eomp brema gwelet da genta petra ez eus da ober. »

Goude beza pouezet mat pep tra, e oe roet ali d’ar baron, da genta, da beurechui e westl, hag e teuje goude da gemeret e verc’h gant an holl henor dleet d’eun demezel eus he lignez.

— « Baron Lambezellec, kont Lesneven ha meur a hini-all, hep mar, a roio dourn d’in da deuler er-meaz eus va feadra ar marc’heg disleal en deus o c’hemeret hep gwir ebet, » a lavaras aotrou baron Plougastell.

Setu ma oe klevet er-meaz youc’hadennou a levenez. Keariz eo o doa klevet he devoa Tereza kavet he zad, hag e teuent da ober d’ezi o gourc’hemennou.

Ar baron hag e verc’h o digemeras gant kalz a vadelez ; o veza roet d’ezo da c’houzout e tistroje dizale Tereza da Blougastell, an aotrou baron hag an demezel a lavaras mat n’ankounac’hajent biken Kloc’harziz.

O klevet e vije red d’ezo dizale en em zispartia dioc’h o madoberourez pennou Kloc’harziz a deuas da veza tenval.

— « Siouaz, emezo, kement e karomp anezi, ha hi a zo ker madelezus ! Pebeuz koll e vezo evidomp ! Ha piou a deuio da zerc’hel leac’h d’ezi morse ? »

Kaer he devoa Tereza lavaret he divije sonj anezo, ne zervije ket, chom a reant glac’haret. Ne oent sioulaet eun tammig, nemet pa lavaras Tereza e teuje eur wech bennak d’o gwelet da Gloc’harz.

Pemzek deiz goude, e tizroe baron Plougastell da Gloc’harz, kalz a dud gwisket kaer ouz e heul. N’oa ket bet dieas d’ar baron kaout tud d’e zikour da vouta al laer er-meaz. An dijentiled a oa mall ganto rei dourn d’ezan, rak ma ouient e teuje an dug Yann IV da harpa anezo oc’h red, kentoc’h eget lezel eur seurt tra vezus da vont da ben.

Baron Plougastell a deue eta da gemeret e verc’h gant ar sked dleet d’he renk ha d’he hano.

Kalet e vije bet kalon an nep a vije bet eno hep beza teneraet o welet ar youc’h hag ar gouelvan a oe gant ar goueriaded, pa lavaras Tereza kenavo d’ezo. An demezel vat he-unan a ouelas dourek o kuitaat tud a ziskoueze kaout kement a stagedigez outi. Perig, dreist-oll, a zalc’he tost d’ezi, ha ne felle ket d’ezan dispartia diouti. O welet kement-se, ar baron a c’houlennas ouz e gerent lezel ar paotr da vont ganto da Blougastell. Asanti a rejont evit e vad, daoust ma kavent poanius. Tereza he devoe eta an eurvad da zerc’hel tost d’ezi ar paotrig koant karet kement ganti, hag a oa i ve karet meurbet gantan.

Eun nebeut derveziou goude, baron Plougastell, skoazellet gant aotrou Lambezelleg hag ar c’hont a Lesneven, a deue da lakat seziz dirak e vaner e-unan.

Aotrou Lanveog a glevas c’houen en e lerou ; a-veac’h ma varc’hatas an distera evit chom da zifen e laeronsi. Gouzout mat a rea pegement oa kasaet gant Plougastelliz, hag evel-se ne zerviche tamm ebet d’ezan gedal e teuchent da rei dourn d’ezan. N’en doa da fisiout nemet ken war wazed ar c’hastell : setu ne gredas ket enebi. Mont a reas ac’hano daou zervez goude m’en doa diskleriet ar baron e plege d’an dug nevez ; mont a reas epad an noz ; ken digalon ez oa eta ha ma’z oa bet trubard. Mont a reas eta dre eun nor guz, d’e leac’h-krenv a Lanveog, ha ne lezas war e lerc’h ken envor nemet eus e siou fall hag eus e laeronsiou.

Eat o enebour diwar al leac’h, ar baron hag e verc’h a zistroas d’o c’hastell, ouz o heul eur maread Plougastelliz deuet d’o ambroug. Ma oe goueliou kaer, goueliou bras e Plougastell en henor da zistro eürus ar baron ha Tereza. Peadra o devoe e-pad meur a zervez o tigemeret o gwizien a deue en eur ouela da bokat d’o daouarn ha da da gana d’ezo o levenez.

— « Kement a anken hon deus bet epad m’edo er-meaz ma n’hellimp biken trugarekaat a-walc’h an aotrou Doue, emezo, da veza great d’eoc’h dizrei en hon touez. Ni a fell d’eomp kenderc’hel d’ho karet ha d’ho servicha. »

Kenta tra a reas ar baron hag e verc’h en eur lakaat o zreid er c’hastell oe mont da zishuala Pol, ar gouarnour feal. Eur bloaveziad diouer a galz a draou en devoa noazet kalz ouz e yec’hed.

— « A ! emezan o welet e vistri, kollet em boa pep fizianz d’ho kwelet a-nevez !… Eun nebeudig miziou divezatoc’h n’ho pije ket kavet ac’hanoun. Brema, avât, e c’hellan mervel. »

— « Arabat eo d’eoc’h koms evel se, servicher kalonek, a lavaras Tereza ; me eo a zo bet ar penn-kaoz eus ho poaniou ; hogen, ni a raio kement ha ker brao d’eoc’h, ma c’hellimp pell amzer c’hoaz ho kavout en hor c’hichen. »

Pep tra e Plougastell a deuas da veza adarre evel diaraok. Ar peoc’h hag ar zioulded a renas a-nevez war ar c’hastell. Dindan gouarnamant mistri ker madelezus evit o gwizien, ker reiz en o youlou. ar Blougastelliz ne zalejont ket da gaout adarre an danvez hag an tammou douarou ha gwiriou laeret diganto gant an aotrou a Lanveog. N’hon deus ket ankounac’heat en doa lavaret ar baron e rache d’egile paea ker e dorfed ; hogen, Tereza a alias he zad da rei peoc’h.

— « Roit peoc’h d’an den ze, a lavaras-hi kant gwech d’he zad ; ankounac’hait anezan zoken, me ho ped, va zad mat. Evit mont d’ezan da Lanveog e vije red d’eoc’h lakaat ho kwizien e brezel, ha neuze ar gwad a redche eus an diou gostezen !… »

Ha setu ma teuas ar baron da lavaret evel e verc’h. Baron Lanveog a oe kastizet koulskoude, ha kastizet a-zoare. Laosket e oe a gostez gant ar varc’heien-all eus ar vro ; hini ebet anezo ne zelle ha ne gomze outan, ma oa mezek ha mezek bras, hag ez eas da guzat en eur c’horn-all eus a Vreiz-Izel.

Bloaz goude dizro ar baron d’ar gear e oe eur gouel bras e-kichen iliz bourc’h Plougastell-Daoulaz. Dont a reas di eur maread tuchentiled ha gwizien, da drugarekaat Doue da veza o miret a zroug epad ar brezel, hag ivez abalamour m’oa echuet ker kaer ha ker kempen ar rendael a yoa bet etre baron Lanveog hag aotrou Plougastell. Heman en doa great sevel eur c’halvar e mein glas Kersanton, hag e felle d’ezan e vije gouel bras er vro en deiz ma tlied e vennigan.

Ar c’halvar-ze, eur pez labour eus ar re wella, en deus diou renkennad skeudennou da ziskouez darvoudou brasa ar Basion. En uhel, ema kroaz hor Zalver, hag eus an daou du d’ezi kroaziou al laeron.

Evito da veza kizellet er mean, ar skeudennou-ze a yoa great kaer kenan. Setu perak e chommas an dud bammet-oll da zellet outo, ha ne oe nemet ar youc’h-ma e-touez ar re a yoa eno : « Nak hen a zo kaer ! » Setu ivez ar gomz a lavar c’hoaz hirio ar re her gwel evit ar wech kenta.

Goude ma oe benniget ar c’halvar e oe eur banvez bras. Ar re holl a yoa bet o welet al lidou a yoa ivez pedet d’al lein. Tereza a yea hag a deue dre douez an dud, bepred laouen ouz an holl, ha modest en he doareou evel pa vije eur werc’hez eus an nenv. Perig a yoa tost d’ezi, gwisket e floc’hig, ker mignon, kel laouen hag eun ealig. Mes ive nak hen a yoa eürus e Plougastell ! Ar vuez a yoa ker c’houek evitan, kement a anaoudegez vat a yoa en e galon ma klaske dalc’hmad an doare d’he diskouez d’e vadoberourien. O chom evelse tost atao da Dereza e krede miret outi da goueza e droug ebet e kenkas ma vije riskl evit he buez. E galon vat a gase Perig eun tamm re bell marteze ; hogen, an demezel ne glemme ket eus se. Meurbet e karie ar bugel, ha neuze digas a rea envor d’ezi eus an amzer tremenet ganti e Kloc’harz. N’ankounac’hae ket penaos e oa bet frealzet en doare harlu-ze gant karantez ha stagedigez tud ar geriaden-ze, Sonj mat he devoa ive eus ar bromesa great d’ezo da vonet eur wech d’o gwelet. Araok pell e sevenas he c’homz.

An deiz ma tizroas Tereza da Gloc’harz a oe eun deiz kaer.

An holl a yeas e prosesion da zigemeret ar baron hag e verc’h betek ar groaz savet gant Tereza he-unan. Ar baron hag e verc’h a oe teneraet o c’halon oc’h adgwelet ar groazig-se e leac’h oant en em gavet o daou. Eur zell great gant an demezel ouz ar groaz, hag eun nebeudig komzou lavaret ganti e pleg skouarn he zad a deuas da veza eur vammen a levenez evit Kloc’harziz. Hag, e gwirionez, ar baron a zavas e vouez da lavaret d’an dud vat-se e felle d’ezan sevel, e leac’h kroaz Tereza, eur c’halvar bras, ker kaer hag hini Plougastell.

« Fellout a ra d’in, e talc’hfac’h sonj atao ac’hanoun hag eus va merc’h. Bep gwech ma teuot da bedi dirak ar c’halvar-ze e teuio sonj d’eoc’h eus an amzer m’edo va merc’h o chom en ho touez ; ha mar hoc’h eus karet anezi e gwirionez, c’houi a bedo eviti hag evit he zad. »

Ar bobl a eur vouez a lavaras meur a wech e karient ar baron hag e verc’h, hag e vijent bepred anaoudek d’ezo.

Evel ma c’heller kredi, derc’hel a rejont d’o ger, ha dizale e oe gwelet eur c’halvar eus ar re gaera o sevel war an dachen e leac’h m’edo ar groazig koad. Houma a oe lakeat en iliz da veza miret. Biskoaz paresioniz Kloc’harz na deujont da bedi dirak o c’halvar hep lavaret ivez eur bedennig bennak evit ar re o doa e zavet. Hanvet eo bet zoken tri pe bevar c’hant vloaz Kalvar Tereza.

Ar baron hag e verc’h e vevas pell, karet meurbet gant o zujidi. Mamm an dug koulskoude n’he devoa ket ankounac’heat Tereza. Gervel a reas anezi da zont da Roazon, evit ma vije da dosta d’an dukez. Bez e oe meulet ha karet eno kouls hag e Plougastell, abalamour d’he vertuziou ha d’he skoueriou kaer. Perig ne oe ket ankounac’heat. Tereza a gemeras preder gantan, hag hema dre e furnez a oe bepred din eus e vadoberourez.

Ha c’hoant hoc’h eus e lavarfen d’eoc’h brema petra eo deuet kalvar Kloc’harz da veza ? Siouaz ? an dispac’h vras n’he devoe ket muioc’h a zoujanz outan eget ouz kalz a re-all. Diskaret e oe ha kaset da netra. Klasket e oe divezatoc’h, pa deuas ar peoc’h, sevel ar C’halvar en e zav ; hogen, ar barrez n’oa ket pinvidik ; ma oe red tremen gant eur groaz koad henvel ouz an hini savet gant Tereza a Blougastell.

N’oa ket eat koulskoude gant an tamm diveza eus ar C’halvar pep envor eus an demezel vat. Meur a dad koz o doa sonj c’hoaz da veza klevet o zud o tisplega an histor ; ha setu perak e oe hanvet ar groaz pell amzer c’hoaz Kroas Tereza. Bez’ ema bepred en he zav, e kroaz-hent Kloc’harz, hag alies ez eer, evel kent, da staga kurunennou ha garlantez outi.

Kalvar Plougastell avåt a zo bepred soun en e zav, mont an nep e garo d’e welet. Nak an dispacherien nak an amzer n’o deus gallet betek-hen dont a-benn aneza. Fizianz vat hon deus e chomo c’hoaz pell amzer evel-se.


————

Kilhog Sant Per


————


Kakara… kaa ! Kakarakaa ! Kakaraka !…

Sant Per a yoa kousket en e lochennig, e-kichen dor ar baradoz, pa glevas eur c’hilhog o kana evel-se eus holl nerz e gornailhen. Setu hen o tihuna en eul lamm, hag o sevel en e goaze. Hag e klaskas gouzout pe vare e c’helle beza. « Unan… diou… teir ! Ya, teir heur e c’helle beza. P’eo gwir e kân ar c’hilhog ken abret, me laka e vezo kaer an amzer hizio, deiz gouel bras an Holl-Zent… Gwella ’z eo, avat ! Rak n’eo ket ebat kaout amzer fall… zoken er baradoz. Hum ! kouls eo d’in sevel ! Ne dalv ken d’in chom em gwele, rak ne gouskin ket mui. Ar re goz eveldoun ne reont nemet eur c’housk, koll a rafen va amzer oc’h astenn a-nevez, ha neuze, ar c’hilhog, va mignon koz, a c’hellfe ober gwap eus douger alc’houeziou ar baradoz… Evel-se ’ta, houp !… Er-meaz ! »

Hag e tilammas eus e wele a brins evit mont da dana ar c’houlaouen a yoa en eur c’hantolor aour ; goude e wiskas e zilhad, war e bouezig, evel ma rea pep tra.

O veza m’edo gouel an Holl-Zent, gouel brasa ar baradoz goude gouel an Dreinded, sant Per a glaskas e zilhad kaera da wiska. Ha bez en doa dilhad kaer, me lavar d’eoc’h.

Na brao e oa da welet gwisket gant e zae liou aour na veze lakeat nemet d’ar goueliou brasa ! gant e voutouigou voulouz rus, bouklou arc’hant warnezo ! gant e c’houriz seiz gwenn, outi bouchonou aour a-ispilh betek e zaoulin ; war e benn ez oa eur galabousen round, e seiz du, hag a c’holoe dereat e benn moal. En eur ger, pep tra en e wiskamant a yoa evit ar gwella.

Pesketerien Douarnenez o-unan a vije bet lorc’h enno e welet o zant paeron gwisket ken gran. N’o divije ken hen anavezet zoken, ken dishenvel e oa dioc’h an pesketaer a daole gwechall e rouejou war lenn Jenezaret, gant e-dad Jonaz hag e vreur hena Andreaz.

Abaoue, gwir eo, en doa gounezet tizout betek ar renk uhella, o pesketa tud war eur mor eun tamm mat falloc’h eget hini e vro. Deuet e oa zoken da veza eur mestr gouiziek er vicher zieas-se, p’eo gwir e oa bet lakeat da sturier. Hogen, an amzer-ze a yoa tremenet pell a yoa.

Epad m’en em wiske, sant Per a rea ar pez a hanver ar beden a galon, evel ma ra bep mintin an holl dud devot : « N’eus forz, a lavare, ma ne vije ket deuet ar c’hilhog d’am dihuna p’edon oc’h en em reustla e spern va nac’hedigeziou heuzus, marteze ne vije ket deuet a geuz d’in, ha neuze, e pe leac’h e vijen-me brema ? N’eo ket er baradoz, a dra-zur, o nan ! e-kichen Judaz, en ifern, an dra-ze avat na laran ket. Mil bennoz d’eoc’h, Doue ma delezus, da veza lakeat ar c’hilhog da gana ! »

Hag e krene e galon baour gant an derzien.

An nep a zo oc’h ober peden a galon a c’hell beza leun a youl vat da jom gant Doue ; hogen, kaer en deus, ar spered a zo ken dibarfet, ha n’eus forz peger santel eo an den, ne viro ket outan da c’hournijal ama hag a-hont, zoken epad ar beden. Sonjezonou a bep seurt a deu, evel kelien fall, da laerez diganeomp ar mel a davomp o pleustri ar gwirioneziou kristen.

Hag ar gward galloudus a lavare evel-hen outan e-unan : « Daoust hag e peleac’h en deus kanet ar c’hilhog-se a zo bet bremaïk o tihuna ac’hanoun ?… N’eo keter baradoz ; ama, ganeomp-ni, n’ez eus ket a loened ; n’ema ket ar c’hiz, ha n’eo ket mat e vije, rak, al loened, tro pe dro, a laka droug er re o deus da ober outo, hag awechou zoken e teu ganto komzou ha ne vezont ket implijet en Iliz !… Daoust hag en e vije er-meaz, mitu !… Ya, er-meaz eo e rank beza… Gwelomp.

Ha neuze, krak ! e tigor an draf a yoa en nor, hag e laka e benn er-meaz evit sellet a bep tu.

— Kakaraka ! Kakarakaa !! Kakarakaaa !!! »

O welet dremm skedus ha laouen an aotrou sant Per, ar c’hilhog en doa kredet gwelet an heol ; en dro d’ar baradoz an noz a yoa tenval-zac’h.

— Ne roï ket peoc’h, te ? glabouser zo ac’hanout ! a lavaras sant Per d’ar c’hilhog, kustum ma ’zoa da veza gantan evel eur mignon koz. Peder heur eo, a leverez ? Ha koulskoude, daoust d’in da veza koz, n’em eus ket lakeat eun heur evelato da jench roched ha da wiska va dilhad sul !… Sell ta ! unan bennak a zo ganez, mestouet ?

— « Ya da, Perig ar Porsier. Me eo am eus diaset ar c’hilhog-ma da zihuna ac’hanoc’h ha da ober evel-se plijadur d’eoc’h, rak hizio, mar ne fazian, ema ho kouel bras. »

An diaoul, ar pez fall, eo a gomze evel-se gant e deod melet.

Ar c’hilhog paour a yoa prizoniet etre divreac’h Paol gornek, gag e starde warnan muia ma c’helle, evit ober d’ezan kana.

— « A ! te eo a zo adarre, loen lous ! Petra glaskez dre ama ? lavar ’ta d’in, pintig noz ! »

— « O avat, n’oun ket deuet a-ratoz kaer. Edon oc’h ober eur bale dre aze, P’eo gwir evelato e c’houlennit va ali diganen, me lavaro va mennoz, d’eoc’h-hu dreist-oll, rak muioc’h a fizianz am eus ennoc’h eget en holl zent all ; ya, Perig koant, ar wirionez a lavaran. »

— « Kea atao, teod flour ! »

— « Ya, ha kredi a ran zoken e teufemp d’en em glevet, hag e rafemp braoik hor c’heusteuren hon daou ! »

— « En em glevet da ober petra ? »

— « Dal ! ankounac’heat hoc’h eus adarre ar pez ho poa lavaret en deiz-all ? »

— « Mar kav d’it emaoun-me o vont da skriva da froudennou evit n’o ankounac’haïn ket, te a fazi, va faotr, hag a fazi kalz zoken. A-walc’h a gaierou am eus-me aze evit miret hanoiou ar rea ya hag a deu dre ar baradoz ! Asa, peadra da goll va zammig penn. Hast buan ta lavaret d’in petra zo a nevez ganez ; setu eur pennad brao a zo oun ama daoubleget. Dont a ray d’in ar boan gein… »

— « Gwir eo neuze ’ta n’ouzoc’h ket ? C’hoant am boa da vont aze ive eur pennad da welet : lakaat beg va fri, ha netra ken, evit teurel eur zell war ar baradoz kaer n’em eus ket gwelet abaoue an dervez ma oen stlapet er-meaz. Lavaret a reer ez eo bet kaeraet, ez eo sklerijennet brema, nan mui gant an tan-red, mes gant an acétylène. La ! eun aotre vihan ! Pemp minut hepken ! Evit eur wech ! eur wech, ha peoc’h goude ! Ha c’houi neuze a vezo ar c’haera eus ar c’haera sent, hag ar gwella anezo holl !… Ha mea yelo d’hen embanna e pep leac’h goude. »

— « Nan, mil gwech nan !… Perak ’ta, ginaoueg, n’out ket chomet ennan pa edos ? »

— « Ze, Perig ar Porsier, n’eo ket eun abeg eo ; hag arabat eo d’eoc’h mont en egar evel-se, den santel ! Me n’em eus c’hoant ebet da ober d’eoc’h teari. »

— « C’hoant ec’h eus da c’houzout perak n’az lezan ket da lakaat da dreid er baradoz ? Her gouzout mat a rez da-unan ; flear zo ganez war hed eul leo tro-war-dro ! Ya, c’houez ar rostet a zo oc’h da heul ; ha ma vijes, — Doue ra viro ! – lezet da vont er baradoz, ha pa ne ve ken nemet eur pennadig, e vije red epad eur miz, goude-ze, skuba, gwalc’hi ha sec’ha bemdez kement tra gaer a zo aze, evit kas kuit ar c’houez kasaüs a glever ganez, loen lous ! Hag an dra-ze a rofe re a labour d’an elez… Kea, kea pell diouzin !… »

— « O na c’houi a zo eun den eürus a-zoare !… Eur zant savet uhel eveldoc’h a dlefe evelato beza muioc’h habask ha sederoc’h ouz an dud a renk izel ; ya, me grede an dra-ze betek-hen. »

— « A ! ya, marvat sur emaoun o vont da lezel ac’hanout da zont ! Ha ma vijen sot a-walc’h d’hen ober, me laka e rafes d’in eun dreuflezen bennak, atao ez peus re nevez ez sac’h, louarn koz ma ’z out ! »

— « Me, tenna d’eoc’h eur dreuflezen ? O sant benniget ! n’am ana vezit ket mat, war a welan ! Ha penaos e rafen goude m’am bije c’hoant da ober ? Livirit d’in ’ta penaos ? »

— « Oc’h ober evel ar Breizad-ze, a c’houlenne eveldout ober eur zell er baradoz ; roet e oe d’ezan dioc’h e c’houlen, ha neuze, n’ouzout ket petra reas ? Eur sac’h a yoa gantan. Ac’hanta, teurel a reas e zac’h ebarz. Ha goude e c’houlennas beza lezet da vont d’e gerc’hat. Lezet e oe. Azeza reas warnan ker brao ha tra, re vrao zoken, war va meno rak pa’z is da lavaret d’ezan dont ermeas, e lavaras d’in ken dichek : « Me a zo ama em feadra hag a jomo daoust da bep tra ! » Hag aze ema abaoue ive. Te, Satanaz, a rafe d’in me eun dra bennak evel-se ive. »

— « Me, aotrou sant Per ? ô ne rafen ket. Me a vezo leal betek penn, hag a vezo, mardazero ! Hennez, Perig, a yoa eun Tregeriad, ha, gouzout a rit, Tregeriz a zo brudet evel filouterien begou flour. »

— « Emaout oc’h ober gwap, loen lostek ! Gortoz ! gortoz ! mont a ran da ober d’it paea d’in. Me zesko d’it petra eo lavaret droug diwarbenn ar Vretoned ! »

Ha kerkent, krik ! krak ! an nor a zigoras, ha sant Per a astennas e c’har evit rei eun taol troad e r… an diaoul. Mes an diaoul en doa klevet ar c’houez, hag evit tec’het araok an taol e troas prim a gostez. Kement a lans a yoa gant troad ar Porsier, ma’z eas e votezig voulouz rus eus e droad da goueza e-kichenik an diaoul. Paolig na oe ket pell evit he dastum hag he lakaat dindan e gazel gleiz. Starda rea warni zoken gant aon d’he c’holl. Dindan ar gazel-all e starde e gilhog, ar paour kez kilhog, a gane gwasoc’h-gwaz, peadra da regi e gornailhen :

— « Kakaraka ! Kakarakaa !! Kakarakaaa !!! »

Ha sant Per dipitet a-walc’h, me lavar d’eoc’h, a chaoke etre e zent, « Pebeuz laer ! Kas gantan va botezig voulouz ! Kas gantan va chilhogig ! N’eus ket da lavaret, ar c’hilhog se a zo bet laeret gantan ivez en eun tu bennak. E pe leach ? An dra ze avat n’ouzon ket ! Red e vezo d’in beza war evez eur wech-all. »

Hag o veza n’en doa nemet eur votez, sant Per a gasas eun eal da rei urz da zant Krepin da ober d’ar Porsier eur votez voulouz rus, gant eur boukl arc’hant war c’horre, hervez ar muzulou en doa kemeret war e dreid pell bras a yoa.

Da c’hedal avat ma vije great e votez, ar zant kez a rankas kuzat e droad noaz dindan e zaë hir livet en aour…


————


AR GROAZIG VRUZUNET


————


Kement-ma a dremene e mare an dispac’h vras, d’ar poent m’edo en he gwasa, er bloaz 1793.

An holl ilizou a yoa serret ! Red e oa zoken kusat evit gellout pedi ! Pebez amzer griz eoa hounnez !… Doue ra viro na zigouesfe ganeomp gwelet dizale barradou eus ar seurt-ze !

D’an ampoent, kouls hag hizio, siouaz ! skeuden hor Zalver Jezuz-Krist stag oc’h ar groaz a yoa bet taolet er-meaz gant kalz a zismeganz.

E Breiz-Izel, evelato, meur a hini a gavas gwelloc’h beza war var da c’houzanv bep seurt poaniou hag ar maro zoken, kentoc’h eget en em zizober eus ar groaz.

Em eur geriaden baour, an histor na lavar ket e pe du eus hor broïg, eur c’hereour en doa miret mat skeuden hor Zalver benniget o vervel war ar groaz. Marvet e oa e wreg baour o starda anezi war he c’halon ; ha d’an abardaez, pa veze deuet an noz, serret ha morailhet an doriou ha mouget ar goulou, ar paour keaz intanv a gemere ar c’hoad sakr hag hen lakae oc’h e wele. Eno neuze, kalon oc’h kalon, ar Breizad a bede a vouez izel :

— « Chom atao ganen, emezan, p’eo gwir n’em eus mui den. Fall e lavaran, evelato ; am digarezit ! Eur mab am eus… Hogen, petra dalv d’in fiziout e c’hoaz en unan bennak war an douar-ma ? Chom da-unan ganen, te Doue feal bepred, atao beo-buezek, atao e pep leac’h !… Peo gwir ec’h eus kemeret diganen an hini a garien, n’em eus nemet eun dra da c’houlen diganez : ro d’in ar galloud da labourat evidout. »

Bep noz e pede en doare ze. Hogen, eun dervez edo oc’h echui gant ar c’homzou diveza pa glevas youc’hadennou gwapaüs. Lavaret e vije ez edod o kas eur c’harrigellad atred da ziskarga war ar vein. Ne oe mui klevet netra goude, nemet evel trouz tud vezo o vont eus eun tu d’egile d’an hent.

Hon den a zigoras e zor, ha petra welas ? Eur bern traou a bep seurt. N’oa ket da lavaret, dont a rankent eus peilhadeg eun ti kristen hag onest ben nak. Ne fazie ket.

E-touez kalz a avalou brein ez oa eur groaz wenn bruzunet en eun niver bras a dammou. Oc’h bannou arc’hantet al loar, hor Zalver benniget a zeblante c’hoaz beza leun a sked. E benn, savet uheloc’h eget ar boultren hag ar priachou, a lavare bepred : Bez leuna fizianz, rak pardoni a ran.

— « E pe stad vantrus, va Mestr, oc’h bet lakeat ganto ! eme ar c’hereour. Na pebeuz tud fall ! »

Ha neuze, hep en em lakaat e poan da c’houzout pe ez oa tud o sellet outan pe n’oa ket, e testumas tammou ar Christ, Henvel e oa, kouls lavaret, oc’h e hini.

Hag o veza sellet piz outo o daou, setu ma teuas eur c’hoant d’ezan. N’hallje ket, kredabl eo, dont a-benn eus e venoz ; mat e oa evelato rak ma felle d’ezan dichaoui Doue diouz an dismeganz vras a yoa nevez-c’hreat outan. An nep a gar, ne jom ket pell da glask ar pez a c’hell ober, pep tra a dalvezo d’ezan. Tremen a eure neuze eun darvoud souezus bras.

Dre ma laboure ar c’hereour gant ar « siment » distrempet gantan, memprou hor Zalver a stage anezo o-unan, hag a-benn eur c’hard-eur ez oant staget ker kaer ma vije bet dies dishenvelout an eil groaz dioc’h eben ; ma oe red d’ezan ober eun troc’h er groaz vurzudus evit gellout he anaout.

An amzer a yea endro. Teir zizun a dremenas. Seblantout a rea eoa sioulaetar vro, pa zeuas a-nevez eun toullad dispac’herien d’ober o reuz e Bro-Vreiz. C’hoant o doa, koustche pe goustche, dont a benn eus ar groaz goz a yoa e penn kear.

Setu int i d’ober eun dro dre an tiez hag o tigas ganto dre nerz kement-hini a gavent war o hent, mat ha fall, petra rea-ze ? Gant ma teuchent a benn eus o zaol !… Hag ar c’hanaouennou ruz gwad en dro avât, ken na foultre.

Dies oa enebi, me lavar ; n’halled ket zoken…

Mab ar c’hereour a stourmas a zoare : « N’eo ket me, emezan, a yafe da ziskara ar groaz a zo bet savet gant va zud koz ! » Hag ec’h enebe outo, oc’h harpa e dreid oc’h an hent.

— « He diskara ’ri ! » eme an dorfetourien diaoulek.

O veza implijet e holl nerz en eur stourmad diveza, Gwennole (mab ar c’hereour) a gouezas war bazennou ar c’halvar, ’leac’h ma oe breset dindan an treid. Pa weljod ez oa brevet e holl izili eus an treid d’ar penn, neuze hepken eo e oe taolet, evel eur bern dilhad fank, korf e vab brevet, blonset, evel maro…

Na louzaouer, na paotr, na plac’h ebet dre eno, ha nebeutoc’h c’hoaz a leanezed !…

An tad neuze a lavaras gant eur feiz krenv a-walc’h da loc’ha meneziou :

— « Va Doue p’eo gwir em eus ho treset, dresit d’in ive va mab paour !… » Hag e kemeras e groaz kuzet gantan dindan e ben-wele, hag e kasas anezi war gement ezel a oa torret ; evel gwechall, o touch ouz Jezuz, e holl c’houliou a bareas,

Kennerzet adarre evel-se Gwennole a lamm gant levenez, tenna ra ar groaz vurzudus digant e dad, hag e lavar :

— « Pareet ec’h eus ac’hanoun, Aotrou, deus da barea re-all ! »

An histor ne lavar ket muioc’h. Hogen, sur oun e c’houzoc’h pe seurt kentel a c’hellit da denna anezan. Daoust ha na c’hoarvez ket ganeoc’h awechou lavaret : « Torret eo va fenn ! Mont a ra va c’halon a dammou ? » Alies e vez lavaret muioc’h eget na ve leac’h da ober.

Zoken ha pa ho pefe kalz poan, poaniou korf, poaniou spered, rann-galon, peadra da gavout c’houero an nemorant eus ho puez, va mignoned, me ho kas dillo da gaout an Dreser bras, Jezuz-Krist. N’eo ket en aner eo bet hanvet evel-se.

Ne skuizin ket o lavaret : Roit d’ezan holl. Servichit anezan bepred da genta ; lakit anezan el leac’h kaera eus ho ti, ha n’ho pezet nep aon rak netra, na zoken rak gwaperez ho mignoned.


————


Eun dreuflezen da Baol Gornek


————


Eur wech ez oa, eur wech n’ez oa ket, hag eur wech ez oa bepred. Eur wech eta ez oa eur paotr, Yan e hano, ha n’en doa ken madou er bed-ma nemet Janed e wreg, eun ti dioc’h ferm, hag eur c’hardi e leac’h ma tastume e loenedigou. Daoust d’o nebeut a zanvez, an daou bried yaouank a yoa meurbet eürus, ha n’o doa ken aon nemet e tevje o zi, e kouesche ar c’hlenved war o chatal, hag e teuje… an diaoul davit o ene.

Ar c’hlenved ne gouezas ket war ar chatal ; an tan-gwal avat a deuas, hag an diaoul ive.

Eun nosvez, epad ar goanv, edont kousket kalet o daou, hag e reant huvreou dudius. Yan a wele d’ezan eur verc’hig eus ar c’hoanta, henvel mil ouz he mamm Janed, ha Janed a grede d’ezi kaout eur paotrig brao-tre ha ken henvel ouz e dad ! Eun trouz bras a reas d’ezo dilammat eus bro an huvreou. Klevet a reant, a-dost d’ezo, evel roc’hel eun den dishalanet, hag ive strakadennou spontus hag a rea sonjal er paour kez tud taget gant eur paz ha ne zistag ket diouto.

Yan a zavas hag a yeas en eul lamm betek ar prenestr koad.

Ar c’hardi, eun tammig disparti etrezan hag an ti, ar c’hardi, tra heuzus ! a yoa krog an tan gwall ennan, eun tan spontus da welet, dreist-oll e kreiz annoz. Ar roc’hel a grede d’ezo klevet e oa trouzan tan, hag ar strakadeg an doen hag an treustou o terri dindan nerz an tan.

Lakaat e lerou, redek d’ar c’hraou, digeri an nor ha leuskel da vale an denvedigou paour hanter-varo gant ar spont, an dra-ze oll a oe great, me lavar d’eoc’h, e berr amzer. Poent bras e oa. Ma vije digouezet eur c’hard-eur divezatoc’h e oa great gant e chatal, ar mogeriou a goueze en o foull.

Yan a zirollas da ouela o welet eur seurt darvoud. N’en doa asurans ebet ouz an tan-gwall, kredabl eo ; da vihana ar paperou koz n’eus hano ebet ganto diwar-benn an dra-ze, abalamour, mar vat, n’oa ket c’hoaz eus ar seurt emgleviou d’an ampoent.

— « An diaoul, m’hen argas ! eo a zo, kredabl, o c’hoari e benn ! » a lavaras Yan o chacha war e vleo.

— « Ya, me eo, hag evit rei skoazel d’it, mar ’c’h eus c’hoant ! » a lavaras ive kerkent eur vouez meurbed dichek.

An diaoul du, seac’h ha lous, a yoa eno, soun en e zav, evel eur berchen, war relegou ar c’hardi. Yan a anavezas mat anezan dioc’htu. Sonj en doa da veza gwelet e skeuden en eul levr koz. Hag hen da lammat e dok diwar e benn.

— « Perak e ouelez, ginaoueg ? » eme an diaoul d’ezan.

— « Siouaz ! n’em eus nemet re a leac’h da ouela, pa ’ma va c’hraou, va holl feadra o tevi. »

— « O tevi ?… Peuh ! eur stal gaer !… Me a zo o tevi abaoue pell bras a zo, ha n’oun ket c’hoaz rostet. Asa ! greomp, mar kerez, eur marc’had… N’e ket ’ta ?… Me a zo eun diaoul madelezus kenan e-kenver an dud. Setu erru an deiz, hag arabat e ve d’in beza war douar ar re veo pa zavo an heol ; dont a rin avat en noz a zeu, ha neuze, m’hen tou dre va c’herniel, araok m’en devezo kanet ar c’hilhog, eur c’hardi nevez a vezo savet eun tamm mat kaeroc’h eget egile. »

— « Re vadelezus eo ez oc’h, aotrou, ha n’ouzon penaos… » — « O, me o ar, me ! Eur mab ac’h eus ? »

— « N’em eus ket, siouaz ! »

— « Eur verc’h ? »

— « Kennebeut ! »

— « Dimezet out ? »

— « Ya, Aotrou, d’eur wreg yaouank a zeitek vloaz, koant evel eur rouanez. Kenan e kar ac’hanoun, hep fougeal… »

— « Mont mat a ra an traou ganeomp, eme an drouk-spered o c’hoarzin fall ; hê ! hê !… Eur bugelig ho pezo marteze dizale… Evit ar c’hardi a zavin d’it e roi d’in ene da vugel a zeuio ?… Talvezout a ra, ha ne gav ket d’it ? »

— « Aotrou, eme Yan, mont a ran da c’houlen ali va gwreg. »

— « Tra ! tra ! Lavar ya pe nan dioc’htu. »

— « Ya eo neuze, eme Yan o stoui e benn. »

An heol a yoa o sevel, hag an diaoul a yeas huit en eur vogeden.

An deiz a dremenas, ha Yan n’en doa c’hoaz lavaret netra d’e wreg eus ar pez a yoa bet etrezan hag an diaoul. Glac’haret bras e oant o daou, hen abalamour m’en doa gwerzet eun ene d’an diaoul, hi abalamour d’ar c’hraou devet ha d’al loened a jome evel-se hep goudor.

E-kreiz an noz e oent dihunet adarre gant eun trouz spontus. N’oa ket a dan en dro-ma, nak a strakadeg ken nebeut. Klevet a read avat ar vein o sevel hag o koueza war ar plankennou, tud war vale o sevel skeuliou oc’h ar mogeriou, ha, dreist pep tra, eur vouez, mouez eun daoned o youc’hal evel ma c’hell ober Lusifer, prins an drouk-sperejou : « Buanoc’h !… Buanoc’h c’hoaz !… »

Satan eo a yoa oc’h ober hervez e lavar.

— « Petra ’zo ’ta Yan ? » eme Janed dare da zevel eus he gwele.

— « Netra ! »

— « Mar deo gwir ! »

N’helle mui nac’h pelloc’h. Nak a daoliou golvez a yoa o vont da goueza warnan ! Nak a glemmou, a youc’hadennou mantret ez ea da glevet !…

Ha padal ne oe netra eus an traou-ze holl ; en eneb eo. Janed a zirollas da c’hoarzin !

— « N’eus ken ? emezi. Lavaret ec’h eus araok ma kano ar c’hilhog, pe ne vezo netra c’hreat ?… »

— « Ya, teir gwech siouaz ! ya, evel-se en deus lavaret. »

— « Mat tre ! Ro d’in al letern, ha kerz da gousket e peoc’h. »

O veza kemeret he dilhad war c’horre ez eas da graou ar yer, al letern war elum ganti en he dourn. Ar c’hardi a yoa savet uhel, n’oa ket echu evelato, pell arc’hano !

Janed a gavas an diaoul, war he hent.

— « Salud d’eoc’h, aotrou ’n Diaoul, emezi, ha penaos ema ar bed ganez ? »

— « Ha te, piou out-te ? »

— « Me eo Janed, gwreg Yan, hep m’am befe an distera c’hoant da roi dourn d’eoc’h !… »

— « Plac’h divezet ! Livirit d’in ’ta, gwaperez daonet, bigodez aheurtet, pegement hoc’h eus gouelet p’ho peus klevet pe seurt marc’had a zo bet etre hoc’h hini koz ha me, Satanaz, prins an drouk-sperejou. Ha gouzout a rit-hu e vezo d’in ho kenta ganet, plac’h pe baótr, evit beza eun daonet eveldoun ? »

— « Ha gouzout mat a reomp, eme Janed, ha daoust da-ze n’em eus ket gouelet. N’eo ket avat ma vije plijadurus roi e vugale d’eun aotrou vil eveldoc’h, mes petra ’m bije me gounezet a ouela hag o klemm ? Daoust ha gallout a rea Janed dizober a peza zo bet great gant Yan ? »

— « A zo gwir ha lavaret mat, komerez, a respontas an diaoul. Kendalc’hit, he ho ped, gant an hent-se, hag e teuot eun dervez da luskellat ho krouadur pe da zerc’hel kompagnunez d’ezan da Ger-Satan. Rak, klevit mat, ho krouadur a vezo eun drouk-spered. Setu ar c’hardi o vont da veza peur-echuet. Abenn eun hanter-eur e vezo great al labour, hag ar c’hilhog n’en devezo ket c’hoaz kanet. »

— « Ha kredi a rit-hu an dra ze ? eme Janed. Me oar petra ’meus da ober, ha fizians am eus e kano va c’hilhog araok ma kav d’eoc’h. Great em eus bremaïk eur beden ver… »

— « Ha da biou ’ta ? » a c’houlennas an diaoul. »

— « O n’eo ket d’eoc’h-hu ; n’ho pije ket va selaouet. Hep kasoni, aotrou ’n Diaoul, e lezan ac’hanoc’h, hag hep lavaret kenavo an disro ebet. »

Satan a zizroas da gaout e labourerien, ha Janed a yeas eus he zu, o lavaret : « Araok m’en devezo kanet ar c’hilhog ! »

En eur c’horn eus, ar porz ez oa eur c’hilhog a bouez o chom en eun toullig lochen goad.

Janed a gerzas di ; bouta reas an nor gant eun taol glin, ha neuze e skoas sklerijen al letern war an dihuner-mintin kousket kalet e tenvalijen an noz.

Al loen kez a zihunas en eun taol krenn, dallet gant kement a sklerijen ; hag, o kredi edo an heol o para, ec’h astennas e c’houzoug da gana kanaouen an deiz.

Eur youc’haden skiltrus leun a gounnar a oe klevet neuze, ha prestik goude, trouz goloet eun niver bras a dreid o vale war an douar kalet.

An diaoul tapet a-zoare a derc’he, hag e vicherourien a yea, lostek war e lerc’h.

Ar c’hardi a jome en e zav, diazezet mat, n’oa ket avat peur echuet, Pemp minut divezatoc’h, an ifern a vije bet trec’h.


————


LABOUR AR BELEG


————


Ar veleien n’int ket gwelloc’h eget ar re-all… Ar veleien a zo tud evel ar re-all…

Lennit ar pez ’zo ama war-lerc’h ; lennit an darvoud-ma c’hoarvezet eun nebeut bloaveziou a zo ; hag e root d’in kelou eus labour ar beleg, hag e lavarot d’in ha henvel eo ar beleg ouz an dud-all…

Dek heur a yoa nevez sonet e kloc’hdi koz an iliz ; an avel penfollet a skoe kalet oc’h prenestrou diskloz ar presbital oc’h ober eun trouz gouest da vouzara an diaoul, Yen e oa ken na droc’he, peo gwir e oa skornet ar pri war an henchou evel ar vein. Skedi a rea al loar en eun oabl digoummoul, hadet kompez a stered lugernus a lintre evel goulou benniget ar baradoz.

N’oa ket mui eur c’houlaouen war elum e ti ebet eus ar vourc’h ; hag an dud, kredabl, a yoa eat holl da glask an domder en eur gwele klozet mat.

Pa lavaran « e ti ebet » e fazian koulskoude ; eo, an aotrou person a yoa c’hoaz azezet e-tal e dan, oc’h echui da lenn e vreviel. Skuiz e oa, rak eur bale hir en doa great er penn pella eus ar barrez evit kas e zakramanchou d’eur paour keaz klanvour.

— « Asa, aotrou person, eme Fant, ar garabasen. n’hoc’h eus ket a zonj da vont d’ho kwele eta fenoz ? Sed aze e rankot sevel abredik warc’hoaz vintin evit lavaret an oferen ! Ha neuze, n’hoc’h eus debret tamm, santez Anna ! »

— « Nag a dud reuzudik, Fant, a zo d’ar poent-ma o c’haloupat an henchou, sklaset o izili gant ar riou, ha goullo o c’hof. Gant pebez karantez o digemerfen em zi, daoust d’am nebeut a beadra !… » Boum !… Boum !… Boum !…

Skoet e oe neuze eur maread taoliou pounner war an nor : lavaret e vije ez oa c’hoant d’he divarc’ha. Boum !… Boum !… Boum !… Tri daol seac’h adarre.

— «Petra ?… N’eus den ’ta ? Ma n’eo ket eun druez lezel an dud keit-all dindan eur seurt amzer !… »

— « Kea. da zigeri, Fant ! prez ’zo evit doare ; eun darvoud bennak, kredabl… »

— « Mat e rafe evelato ober nebeutoc’h a drouz… »

— « Kea buan, plac’h baour ! »

Mont a eure en eur lavaret : « Itron santez Barba venniget, mirit ac’hanomp diouz pep droug ! »

An diaveziad, koulskoude, a gendalc’he da skei kalet, o touet hag o vallozi Doue endra c’helle.

N’oe ket ezom d’e bedi da zont en ti.

Eur pez foultren den e oa, baro du hag hir d’ezan, en e ben daoulagad ruz evel an tân, gouest da lakaat ar paotr muia dispont da grena war e dreid.

Sec’ha a rea ar c’houezen eus e benn ; n’oa ket a vall gantan avat disken e vouchouar ; ne c’houlle ket, kredabl eo, e vije gwelet e zoare.

Goude beza sellet outan eur pennad, o veza n’hen anaveze ket, ar person a c’houlennas :

— « Piou oc’h-hu, va den mat ? »

— « Me eo mevel hostaleri ar Mene-Bras ; dont a ran evit eun tremener deuet da loja du-ma hag a zo kouezet klanv bras en eun taol. Hastit avad, aotrou person, pe e vezo maro abarz ma tigouezimp. »

— « Mont a ran d’hoc’h heul, eme ar person koz, a gave eun nerz nevez o sonjal edo o vont da zigeri dor ar baradoz d’eun ene. Azezit, eta, eur pennad, keit ha ma vezin o pourchas kement a zo red. Fant, ro d’an aotrou an dilerc’h eus ar gwin a zo chommet aze er voutailh, evit tomma d’ezan e izili, rak yen eo, hag ar Mene-Bras a zo pell ac’halen. »

Senti a reas Fant, en despet d’ezi avad, hag oc’h ober sellou korn oc’h an aotrou person. Eviti, an aotrou du n’en doa doare vat ebet. En eur c’horn tro e kavas an tu da lavaret d’he mestr :

— « ’Velkent, n’efet ket en hent gant eur seurt den, hep m’ho pefe an distera anaoudegez anezan… N’eus ket warnan drem eun den eün !… »

— « Ro peoc’h, Fant ; evit ober al labour-ze eo ez oun bet beleget. Eun ene da zavetei ! Red eo d’in mont… »

An diaveziad a gleve, hogen ne reas van a netra ; hag e tebre, ec’h eve, ken gwaz ha pa vije bet war yun abaoue eiz dez.

Pa oe dare pep tra, an aotrou person a ginnigas ar zac’h du d’an den o lavaret :

— « Mar befe ho madelez dougen ar zac’h-ma ; ar c’hiz a zo d’her rei d’an nep a deu da c’houlen ar beleg. »

E zigemeret a reas hep lavaret nemet ken :

— « Trein a zo ganeoc’h, aotrou person ! »

— « Emaon o vont. Fant, mont a ri da gousket ma ne vezan ket dizro a-benn hanter-noz… »

Hag ar beachour a gendalc’has :

— « Me a deuio endro pe gant an Aotrou Person, pe va-unan, mar bez red d’ezan chom war-dro ar c’hlanvour. »

Easaet dre ar c’homzou-ze, ar plac’h keaz a heuilhas he mestr hag e vleiner, ken n’ejont diwar wel. Serri a reas neuze an nor, he morailha a reas zoken, hag o veza lakaet sin ar groaz en he c’herc’hen, e teuas da azeza war an oaled, e-kichen an tan, pe kentoc’h e-kichen al ludu, rak maro e oa an tan pell a yoa.

Lakeat mat he doa en he fenn n’ez aje ket d’he gwele abarz beza bet eur c’helou bennak eus ar veachourien. Daoust d’ar boan a gemere evit kas kuit ar velkoni, n’ehane da huanadi diwar greiz he feden. Drem hudur an dianavezet n’ea ket dioc’h he spered ; mont ha dont a rea dirazi evel eur spontailh. Serri a reas he daoulagad evit chom hep e welet ; neuze, skuiz evel ma ’z edo, ken a gorf ken a spered, Fant na zaleas ket d’en em rei da gousket.

An daou veachour koulskoude a gerze atao, prez bras warnezo. An hent a yoa dies meurbet. Rankout a reant tremen dre wenojennou risklus an tosennou ; e lec’hiou-all, dreist ster drouzus an draonien, war drojennou gwez taolet eus eun tu d’an tu-all gant micherourien ha n’oant ket bet, kredabl eo, e skoliou an ijinerez.

An heur-ze ken divezad, an denvalijen edont enni, gouezeri al lec’hiou a dremenent dreizo, an hencher dianav a gerze a raok ar person hep lavaret grik, pep tra a yoa e tu da rei leac’h d’ezan da gaout aon. Hag ouspen-ze, koz e oa ar person kez, ha kroummet eun tammig dindan e bemp bloaz ha tri-ugent. E gen-henter avad a yoa yaouank, bras hag ezelet kaer ; n’hallje biken stourm ouz eun den ker krenv, ma oa kouezet en eun toull fall, evel ez oa douget da gredi.

Ma erbedas e ene ouz Doue, ha da vale difreoc’h goude.

Digouezet oant tostik d’ar Ster-Zu, a ruilh he doureier oc’h ober eun trouz spontus, evel hini ar gurun a glever a-bell bras. Deuet betek eno, ar ster a ra eul lamm a zeitek pe driwac’h troatad. A-zioc’h ez eus eur pont savet eur maread bloaveziou a zo, den ne oar gant piou. Abarz lakaat e dreid warnan, pep kristen eus ar vro a ra sin ar groaz gant doujanz, o pedi Doue d’hen miret a bep droug.

E c’helle beza d’an ampoent war dro hanter-noz nemet kart.

Araok lakaat e dreid a zioc’h an islonk an den barvek a zigoras e c’henou, evit an dro genta, da lavaret d’ar beleg :

— « N’eo ket brao, aotrou person, beachi d’ar poent-ma eus an noz, rak hanter-noz eo marvad ! Ha dindan eur seurt amzer !… Ho micher a zo gwall-denn a-wechou ! »

— « Evit Doue hag an eneou eo e labouromp, eme ar beleg. »

— « Her gouzout a ran. N’eus forz, kalet e vez awechou ! »

— « An dlead eo, va mignon. »

— « Lakaat a rit ho puez e riskl, rak ma c’hellit ruilha en doureier, tapa paz, pe koueza etre daouarn al laeron. »

— « Anaout a reomp an holl wenojennou dre ama, hag a hent-all gwazed ar meneziou o deus re a zoujanz ouz Doue hag a garantez evit o ferson evit mac’h esafent tenna e vuez digantan. Ha neuze, ha pa ne vije ket an traou evel-se, hen adlavaret a ran : Va dlead eo ! »

N’hellas ket lavaret muioc’h : edont e-kreiz ar pont pa zavas an diaveziad e benn-baz dero. Hag hen darc’hoï eun taol ker pounner war benn ar paour keaz person ma kouezas a stok korf evel maro.

Goude beza roet c’hoaz meur a daol-all d’ezan, o kredi ne skoe mui war eur c’horf beo, an torfetour a furchas piz e godellou ar beleg. Kemeret a reas e heurier hag e yalc’h, eur gwenneg bennak hepken enni ; goude ze e taolas ar c’horf maro er Ster…

Plac’h ar presbital, koulskoude, a yoa gwall-ankeniet o veza ne deue den war he zro. Lavaret hon deus e oa en em roet da gousket. O, ne badas ket pell ar c’housk, re vras oa he enkrez ; hag o veza eat d’an daoulin dirak skeuden an Itron-Varia, Fant a grogas gant he chapeled.

War-dro hanter-noz hanter e oe klevet eur pez taol skoet war dor ar presbital, ha kerkent e oe klevet eur vouez o lavaret :

— « Fant, hastit digeri d’in ; dont a ran a-berz an aotrou person. »

Gwelet en doa, red eo ma vije, an hini a gomze en doare-ze, eur bann sklerijen en em zilet er-meaz dre wask ar stalafiou koad diskloz a yoa war ar gegin.

Oc’h anaout mouez an den he doa klevet, div heur kent, deuet da c’houlen skoazel he mestr mat, Fant a hastas mont da zigeri evit kaout eur c’helou bennak anezan, rak aoun he doa ne vije c’hoarvezet droug gantan.

Kerkent ha m’en doe lakeat e dreid en ti, an torfetour a zailhas war ar vaouez paour ha n’edo tamm ebet war c’hed a gement-se. Sailha a reas warni evel ma sailh ar bleiz war an oan, hag he zaolas d’an douar. Liamma a reas he daouarn hag he zreid, hag evit miret outi da youc’hal, e stankas he genou gant eur mouchouar. Ne oe ket hir al labour-ze : daou pe dri munut ; rak ar plac’h keaz n’eseas ket enebi an distera, strafuilhet evel ma’z oa ; hag, a-hend-all, an torfetour milliget a ouie mat sur e vicher.

O veza vak da ober ar pez a garie, ar muntrer ne jomas ket da zellet endro d’ezan. Mont a eure eus an nec’h d’an traon, eus ar c’hao d’ar zolier, o kregi e kement a gave mat evitan. Divarc’ha a reas an arbeliou, an tiretennou. Kemeret a reas an toulladig gwenneien a gouezas dindan e graban, o nebeud ! rak an aotrou person a yoa paour ; kement en doa a yea gant ar beorien.

Antronoz, kerkent ha goulou-deiz, an nep a vije bet war-zav en divije gallet gwelet an aotrou person o tont d’ar gear evel ma c’halle. Boudinellet e oa bet hepken gant an taoliou, ha glazet e meur a dachen. E leac’h koueza en dour evel ma tlie ober, hag e leac’h ma vije bet beuzet hep mar ebet, dre c’hraz Doue hag evel pa vije bet douget gant eun eal, e chommas war eur garreg goloet a van teo ; setu penaos ne oe ket ker gloazet. A nebeudou e teuas e skianchou en-dro gant freskadurez an dour. Deuet tre adarre ennan e-unan, gant skoazel e vaz houarnet ne oe ket pell o pignat war an hent, hag ac’hano war-zu ar gear, e leac’h ma tigouezas hep beza gwelet eur c’hristen.

Mantret e oe pa zigoras dor ar presbital. Dirazan, astennet war al leur-di, edo Fant, o klemm hep gellout lavaret eur gomz. An tiretennou a yoa digor, an arbeliou torret warno an doriou ; en eur ger, pep tra a yoa war an tu gin. Ar beleg santel a oe mall gantan trugarekaat Doue da veza miret diou vuez hag a yoa bet ken tost d’ar maro.

Eur wech diliammet, epad m’edo ar person en iliz, Fant a oe mall ganti mont a zor da zor dre ar vourc’h da enkanti ar pez a yoa c’hoarvezet er gwall-nosvez-se.

Hep dale, hag hep gortoz ali an archerien kemennet koulskoude gant ar mear, ugent gwaz a gerzas war roudou ar muntrer, a-gleiz, a-zeou, a-dreuz hag a-hed ar meneziou.

Tri dervez e padas an enklask, rak ne oe kavet nemet d’abardaez an trede deiz goude an darvoud kriz.

Kavet e oa ; hogen n’oa ket ebat lakaat an dourn warnan. Gallet e oe ’velkent e jadenna goude eur c’hrogad tenn : daou zen a oe gwall-c’hloazet. Ma oe kaset, liammet, d’an archerien.

Al lez-varn her c’hondaonas didruez da veza dibennet.

Eur zonj a deuas d’ar person pa glevas e oa bet kondaonet e vuntrer d’ar maro : sklerljenna an ene paour a yoa a vonet dirak e varner a benn eun nebeut derveziou. O veza bet aotreet da vont betek an torfetour, ar person a yeas eun abardevez, d’ar prizon.

Al laer bras a yoa astennet war e c’holc’hed, hogen n’oa ket kousket. Sevel a reas da zigemeret an hini a deue d’e welet.

Hep lavaret an distera tra a c’hellje seblantout eur rebech, an aotrou person a gomzas a Zoue, eus e vadelez hep muzul, eus e drugarez e-kenver ar bec’herien.

An torfetour a gavas iskis klevet komzou ker karantezus, rak n’oa ket boaz da gement-se. Gedal a rea, kredabl, e raje ar beleg rebechou c’houero d’ezan. Setu perak e sellas outan gant daoulagad sebezet p’e glevas o koms a bardon, a drugarez. Goude avat e lavaras ennan e-unan : « Petra ? ar beleg koz-ma, an den-ma am eus klasket laza hag am eus laeret, eo a deu brema da asten d’in an dourn evit sevel ac’hanoun dirak va daoulagad va-unan ! Dont a ra d’am frealzi pa ne dlie d’in nemet e valloz. O va Doue ! daoust ha gellout a rafe e vije c’hoaz eun drugarez bennak evidoun ? »

Hag epad ma lavare ar beleg e gomzou madelezus, ene ar pec’her a zeue da deneraat muioc’h-mui, a zigore frankoc’h-franka da zigemeret grasou an aotrou Doue, evel ma teu ar bokedou pep mintin da zispaka o deliennou evit tapout gliz an nenvou.

Ar zonj eus e vamm, kristenez vat, a zeuas da dreuzi e spered evel eun aezennig fresk en hanv a deu da drec’hi gwrez an deiz. Setu e zaoulagad leun a zaerou ; koueza a ra e-harz treid ar beleg, hag e lavar a-dreuz e c’hlac’har :

— « Ya, truez, trugarez evit eul laer hag eur muntrer ! »

— « Ac’hanta, va mignon, grit o kovesion… »

— « Pa gerot, va zad. »

Ober a eure e govesion. Ha pa lavaras ar pec’her ar c’homzou-ma eus an akt a geuzidigez : « Va Doue, eur c’heuz bras am eus d’ho peza dismeget », an hini en doa skoet gantan a zavas e zourn d’e dro, evel evit rei e vennoz hag a lavaras a vouez uhel : « Me a bardoun d’it da holl bec’hejou, en hano an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered-Santel. »

Daou zervez goude e benn a goueze war ar chafod, goude m’en doa digemeret eur wech-all c’hoaz bennoz person ar Menez-Bras.


————


Teir oferen Nedeleg


————


Eur wech ar bloaz, eur wech hepken, da Nedeleg, e lavar ar veleien teir oferen.

Ha gouzout a rit-hu perak e lavaront teir oferen en deiz-se ? Ne rit ket, marvat. Ha setu perak ez an d’hen lavaret d’eoc’h, evel ma c’houzon va-unan.


I. – OFEREN AN ELEZ


An oferen eo ar pez a zo a gaera, a wella, a vrasa er relijion. An oferen eo ar pez a zigas ar muia enor da Zoue, ha d’ar Gristenien e builha donezonou. Tridal a ra an elez hag ar zent er baradoz pa lavar ar beleg an oferen ; anaon ar purkator a gav frealz gant gwad sakr Hor Zalver o koueza en o mesk da vouga an tan o dev ; Iliz an Aotrou Doue a deu d’en em asten war an douar.

Evel-se ’ta pa oe klevet hano da ober gouel Nedeleg, gant ar fiskoan a vez da heul, an elez en em vodas evit derc’hel kuzul, hag e kasjont unan bennak anezo da gaout Doue an Tad evit lavaret d’ezan mennoziou ar sperejou eürus.

— « Aotrou Doue holl-c’halloudek ha teir gwech santel, emezo, dont a reomp d’ho saludi !… N’ouzoc’h ket c’hoaz perak emaomp ama dirazoc’h ? »

— « Nan sur, penaos e c’houfen ? »

— « Mat, deuet omp da zigas da zonj d’eoc’h e vezo great dizale gouel Nedeleg gant kalz a sked, hag… »

— « Ha goude ?… »

— « Ha, p’eo gwir eo ho kouel bras, an deiz ar bloaz ma tiskenjot etouez an dud evit kas d’ezo ar peoc’h ha rei d’eoc’h hoc’h-unan enor ha gloar, ac’hanta… »

....................................................................................................

— « Ac’hanta, hon defe c’hoant e vefe eun oferen-bred c’hran en deiz-se, mar ne ra ket ze re a zieaz d’eoc’h. »

— « O nan avat ; en eneb eo, kalz a blijadur a ra d’in ! Ha pegouls hoc’h eus c’hoant da gaout an oferen-bred-se ?… »

— « D’an heur ma tiskennas ar Zalver war an douar… da hanter-noz ! »

— « Da hanter-noz, end-eün ?… N’eo ket eur mare gwall-dereat. Kousket a ra ar vugale, hag an dud vras o-unan o deus mil boan o chom dihun… »

— « Ho mab Jezuz koulskoude ne varc’hatas ket hag a deuas d’an heur-ze ! »

— « Gwir eo !… Ha neuze, eur wech n’eo ket atao. Rei a ran d’eoc’h hoc’h oferen, hag ez eot holl d’he c’hlevet ; hanvet e vezo Oferen ar stered. »

— « Mil ha mil bennoz d’eoc’h, Aotrou Doue ! »

Ha neuze, araok dispartia, Doue a roas d’ezo eun toullad fouasennou poazet en eol, henvel ouz ar re a vez debret e hostaliriou Plougastel en dizro eus ar pelgent. Kredi a-walc’h a rafen ez oant bet great gant santez Anna Wened, e vamm-goz.

Hag abaoue neuze an elez o deus bep bloaz o oferen hanter-noz.

Setu evit unan.


II. – OFEREN AR BASTORED


Hogen, er Baradoz n’eus netra guzet, hag ar c’heleier a ra buan an dro, hep « telefon » na « telegraf ». Unan bennak a gavas mat mont da gana d’ar bastored ar pez o doa great an elez.

— « A ! emezo war eun dro, devet omp !… An elez a zo bet o peuri en hor park !… Int-i eo o deus an oferen, abalamour ma’z int bet o fraoal en uhel, (ar pez n’eo ket eun dra gwall-zieas d’an nep en deus diouaskell !), evit beza kanet eur c’hantik, (brao marteze, lakomp ez oa); mes n’oa kēt dieas d’ezo kana brao, skoliet evel ma ’z int bet gant santez Sesilia !… D’ezo an holl enoriou !… Kement-se ne dle ket beza… »

Hag e sellent truilhennek an eil ouz egile, daelou a geuz a leiz o daoulagad ; ken melkoniet e oant ma vennent chacha ganto kement bleven a yoa war o fenn.

Hag i da gaout santYan. A ! sant Yan ! Gouzout a rit holl ez oa gwella mignon hor Zalver. Abaoue ma teuas yac’h-pesk eus ar gaoteriad eol berv, nag a neudennou torret en deus, bet da skoulma ! Nag a gudennou dieas da zirouestla lakeat gantan adarre en urz ! Pa welas petra yoa a-nevez gant ar bastored keiz, e lavaras d’ezo gant madelez :

— « Mat, va mignoned, eun tammig evelato e kavan sot achanoc’h. Perak kemeret kement a boan gant ken rebeut a dra ?… Deuit ganen, ma ’z aimp da gaout an Aotrou Doue ; ha neuze, mar bez red, me a roio d’eoc’h eun taolig skoaz. » Hag ez ejont.

— « Aotrou meurbed holl-c’halloudek ha dreist-muzul madelezus, ho saludi a reomp », a lavaras ar vesaerien santel o stoui dirak Doue. Ha sant Yan dioc’htu da voulc’ha ar gaoz.

— « Setu ama tud paour, Aotrou, hag a zo lakeat nec’het. »

— « Neuze ! Petra zo ’ta ? »

— « Setu aze, Aotrou, c’hoant o doa da lida gant kalz a veurded gouel Nedeleg, deiz o « fardon » bras. »

— « Mat, mat-dreist eo an dra-ze ! »

— « Ya, mes eun oferen o defe c’hoant da gaout ! »

— « A ! nevez roet em eus anezi d’an elez !… Ma vijent deuet eur pennadig bihan kentoc’h… Roet em eus va ger, ha ne vijeket brao d’in-me, an Aotrou Doue, mont da denna anezi diganto brema !… Dieas e kavan, va mignon Yan, mes n’hellan ket ober e-giz-all koulskoude. »

— « Ya, ya, ho ker a rankit da zerc’hel, me oar a-walc’h. Me lavar d’eoc’h evelato e tleit ive selaou ar paour keaz tud-ma, rak ne jomjont ket da dorta pa deuas d’ezo ar c’helou e oa ganet ho Mab Doue ! Daonchet ! me laka e oent tud kalonek o tilezel pep tra evit mont kerkent da stoui dirak ar Zalver nevez deuet er bed. Ha goude, satordalle ! nak a youl o devoe d’her roi da anaout endro d’ezo !… »

— « Ar wirionez eo, va mignon Yann… Mes lavar d’in ’ta neuze petra c’hellfemp da ober ? »

— « O n’eo ket dieas ! E leac’h eun oferen e vezo diou. Nedeleg ne zigouez ket bemdez. »

— « Evel ma leverez… Ha pegouls, va mignoned, e falvesfe d’eoc’h kaout hoc’h oferen ? »

— « Mar ne rafe ket dieas d’eoc’h, Aotrou, e karfemp he c’haout da c’houlou-deiz. »

— « Da c’houlou-deiz ?… Toneilhe ! c’houi avat a zo mintinus da gas ho loened er-meaz ; gwasa zo, an holl n’int ket henvel ouzoc’h, ha me am eus da deuler evez war va holl denvedigou… Ha perak ’ta e fell d’eoc’h kaout hoc’h oferen da c’houlou-deiz ? »

— « En koun[5] eus ar mare ma ’z ejomp da Vetleem, Aotrou. »

— « Leal eo…! Ha te, Yan, petra leverez eus an dra-ze ? »

— « O feiz, mat ive sur ! N’ema ket bemdez Nedeleg. »

— « Mat, mat, va mignoned, bez ho pezo hoc’h oferen hag a vo hanvet oferen goulou-deiz. »

Hag an Doue madelezus a roas d’ezo eun toullad boutailhadou chistr, eus an hini gwella a c’heller da gaout e bro Fouesnan, peadra d’en em laouennaat en dizro eus an oferen.

Hag ar bastored a yeas ac’hano eun tamm brao a fouge enno. Hag e lavarent dre ma’z eant :

— « Han, mignoned, darbed eo bet d’eomp gounit war an elez !… Hag eur voutailhad chistr Fouesnan a zo gwelloc’h eget eur fouasen ! »

Mat, tud keiz, abaoue neuze eo o deus ar vesaerien, ar bastored, o oferen goulou-deiz.

Ha setu evit diou.


III. – OFEREN AR ROUANED


N’oa ket echu an abaden koulskoude.

N’ouzon ket piou eo a gasas ar c’helou d’ar rouaned, pe ar c’hazetennou pe ar floc’hed ; ar pez a zo gwir eo ez eas nec’het a-walc’h an tri roue santel o klevet ar pez a yoa c’hoarvezet.

Hag i kerkent da zerc’hel kuzul.

— « Ha penaos hon deus-ni gellet lezel re-all da douza ac’hanomp evel se ? »

— « Evit an elez c’hoaz ne lavaran ket kalz a dra ! Ar bastored eo a gavan a zo bet gwall-hardiz. »

— « Kempennet omp ganto ! »

— « Sellit ! Mat a rajemp o vont da gaout an Aotrou Doue. »

— « Mont a raimp hon tri ; ha neuze, dre va zud koz ! red e vezo d’ezan rei d’eomp ar pez a zo dleet. »

« Deomp d’ezi eta, deomp ! »

Hag ez ejont hep chench dilhad, gant o dilhad pemdez.

Ar re-ma n’o doa ezom ebet a alvokad, ha n’o doa nep aon rak baro gwenn an Tad eternel. Asa, an nep zo roue n’eo ket ar c’henta deuet !

Baltazar ar Morian a yea da ziveza, o rodellat hag o trei e zellou a-gleiz hag a-zeou. — Ar vorianed, her gouzout a rit, a zo tommoc’h ar gwad enno. —

Setu ma’z int digouezet.

— « Aotrou holl-c’halloudek ha meurbed leal, salud d’eoc’h ! »

— « Salud d’eoc’h ive, rouaned Tarsiz, Saba hag an Enezi… Eun tammig bihan muioc’h n’em bije ket anavezet ac’hanoc’h… Petra c’hoarvez ganeoc’h, aotronez ker ? Daoust hag-en ema ho rouanteleziou o tismantri ? »

— « Kerkouls e ve bet, eme ar Marian ; rak neuze e ouezfemp gant piou ez a al leaz mat. »

— « C’hoarvezout a raganeomp… Gouzout a rit, rak n’hoc’h eusket ankounac’haet, gant pegement a brez ez ejomp en hent da glask ar Mabig Jezuz kerkent ha m’hon doe gwelet e stereden… »

— « Ya sur. »

— « Gouzout a rit e oe red d’eomp mont da c’houlen kuzul digant ar roue kriz Herodez, en divije great d’eomp ker buan-all evel ma reas d’ar vugaligou ha da Yan-Vadezour e-unan, evel ma reas d’e wreg ha d’e vab. Ya, evit kaout hor Mestr nevez ganet, ez ejomp da gaout ar roue-ze a zo bet lavaret anezan e oa gwell beza e benmoc’h eget unan eus e gerent. »

— « Her gouzout a ran mat sur. »

— « Gouzout a rit ive ne oe a-walc’h evidomp stoui d’an daoulin dirak ho Mab Jezuz hag e klnnigjomp d’ezan ar pez hon doa a bindivika… »

— « Me a roas aour ! »

— « Ha me eur voestad ezanz. »

— « Ha me eur c’hasedad mir. »

— « … Arc’hanta ! daoust ha brema, p’emaomp o vont da ober ar gouel kaer a zigas sonj d’eomp eus an deiz brao-se, ha pa ’z omp deuet eus a geit-all d’en em zizober eus hor madou, daoust ha ni a jomo da zellet oc’h an aotronez pastored eat ganto peb a oferen ?… »

— « Ha petra ra d’eoc’h beza ken kounnaret ?… Me ne welan kel kaer perak… Asa ! asa ! petra hoc’h eus-hu goulennet diganen ? »

— « Netra, Aotrou Doue !… Hogen… »

— « Petra c’hoantaït ? »

— « Eun oferen. »

— « Mat, eun oferen a roïn… Goude beza roet diou e c’heller rei teir ; ha neuze, Nedeleg n’en em gav nemet eur wech ar bloaz… Ha pegouls e fell d’eoc’h kaout hoc’h oferen ? »

— « E-kreiz an deiz… Eun oferen-bred eus ar grana, a vo tri beleg oc’h he lavaret, tri beleg gwisket a aour lugernus, hag e vo klevet enni an ograou oc’h ober gwech eun trouz kurun, gwech o rei ton ar c’haera kantikou Nedeleg. »

— « Mat ! mat ! hoc’h oferen ho pezo, oferen an heol. Tri beleg a vezo oc’h an aoter gwisket ganto o dilhajou kaera. An ograou a roio ton

Petra zo fenoz a-neve
Ma’z eus kalz a dud war vale ?

Hag a-walc’h eo ? »

— «  Ya ! ya ! Aotrou, ho trugarekat ! »

— «  Gedit, ma roïn d’eoc’h c’hoaz eun dra bennak !… Hag e leverot c’hoaz goude n’oun ket brokus !… »

Hag o veza astennet e zourn, Doue a zistagas eur stereden lugernus eus bolz dudius an nenv, eur stereden hag he devoa muioc’h a seurt liou eget ar gaera kaneveden ; hag e roas anezi d’an tri roue, en eur lavaret :

— «  C’houi a stago anezi azioc’h kraouik ar C’hinivelez evit digas sonj eus ho kweladen da Vetleem ; d’eoc’h e vezo, p’eo gwir e lavaro ar mammou oc’h he diskouez d’o bugaligou : «  Ne welit ket ar stereden gaer-ze ? Hini an tri roue eo ! »

Hag o vont ac’hano, Melkior a guze ar stereden en e vantel alaouret hag a lavare ken dichek :

— « N’eus forz, n’en deus ket great a wap ouzomp !… Eun oferen hon deus bet ! hag eur stereden eus ar re gaera a oufed da welet !… Great ez eus d’eomp kaeroc’h eget d’an elez, kaeroc’h zoken eget d’ar bastored ! P’o devezo an elez debret o fouasennou fritet, petra jomo ganto ; ken nebeut na gant ar bastored p’o devo evet chistr Fouesnan ?… Hor stereden ne vo na debret nag evet hag a lugerno bepred !… »

Setu aze penaos eo bet savet teir oferen Nedeleg ha perak o deus goulennet an elez, ar bastored hag ar rouaned kaout pep-hini e hini ; hag e welit e lakejont o foan evit an dra ze.

KOVEZION AR C’HLASKER KOZ


————


Madou ’r re-all ne c’hoanta ket
Evit o c’haout hep gwir ebet.


I


Er bloaz 1675, e weled bemdez eur paour koz e-kichen dor vrasa unan eus hor c’haera ilizou-meur. Gwisket e oa a druilhou, e vleo reustlet a ziskenne a vouchadou tro-dro d’e benn, hag a guze eul loden eus e dal roufennet ; e varo hir, deuet da veza gwenn gant an amzer, a c’holoe eul loden vras eus e asgre.

Ouspen bloaz a yoa abaoue ma teue bemdez evel-se da doull-dor an iliz da vare an ofisou. Meurbet iskis e oa e zoareou : chom a rea pelloc’hik eget ar beorien-all, ha ne c’houlenne an aluzen digant den ebet. Ha pa zigoueze gant eun den karantezus bennak rei d’ezan eun aluzen, ar paour a drugarekea o stoui e benn hep lavaret ger.

Morse ne lakea e dreid en iliz. Er gwasa derveziou kriz [eus] ar goanv kouls hag er re gwrezusa eus an hanv e kaved anezan en hevelep leac’h. Hag o welet e lagad difinv, e c’henou a dreuz, faeüs hag ankeniet, meur a hini a grede edo eno o paea evit eun torfed bennak.

Glao a rea er mintinvez-se eus a viz meurz, gwasoc’h evit pa vijed en uhel o teuler dour war an douar a varazou. Eur beleg a deuas da dremen, hag e chomas krenn a-zav dirak ar paour kez klasker, a grene gant ar riou dindan e druilhou distrempet.

Kalon ar beleg a vennas ranna gant an druez.

— « Va mignon, emezan d’ar paour, perak e chomit-hu aze evel-se dindan an dour-beuz-se ? It en iliz, pe deuit ganen-me d’ar presbital. »

Ar paour a skrijas o klevet komzou ker madelezus ; sevel a reas e zaoulagad war an hini a gomze outan, hag e c’hrosmolas etre e zent : « O ! ar vouez-ze !… he anaout a ran ! Na pebeuz sonjou kasaüs a zigas em spered ! Ar c’homzou-ze en doa lavaret evel evitan e-unan. Goude e lavaras a vouez uhel :

— « Piou en deus komzet ouzin ? »

— « Me, eme ar beleg ; pe seurt vad a c’hellfen-me da ober evidoc’h ? »

— « Ober vad d’in-me ! eme an den koz outan e-unan ; ober vad d’in-me ? »

Goude eur pennad e lavaras gant eur vouez nerzusoc’h :

— « Den ebet hiviziken ne c’hell er bed-ma ober vad d’in-me !… Me a zo eun den milliget ! eun den daonet !… »

Hag e kouezas adarre er stad m’edo diaraok ; e zell difinv, e benn pleget, e vuzellou prennet kloz. Ar beleg a fellas d’ezan gouzout hirroc’h.

— « Arabat eo d’eoc’h koll fizianz, va mignon, a lavare hen. N’eus nemet an disesper a gement ne c’hellfe ket beza pardonet. N’ankounac’haït ket hoc’h eus hiviziken eur mignon, ha mar ho pefe ezom eus eun dra bennak, deuit d’am c’haout hep aon ebet. »

Ar paour a zeblante beza bouzar ha mut.

Ar beleg a gemeras en e yalc’h eur pez arc’hant gwenn hag hel lezas da goueza e tok ar paour. Ne jomas ket goude da c’hedal eur bennoz-Doue !

O klevet an arc’hant o steki ouz an arc’hant, ar paour a zavas e benn, hag a gemeras ar pez gwenn-ze, o lavaret :

— « An dra-ze avat n’ez aio ket evel-se. N’hellan e doare ebet digemeret eun aluzen digant hennez… Ya, hen eo, sur oun brema. Anavezet mat em eus anezan dioc’h e vouez, dioc’h e vale, ha zoken dioc’h e zremm. Hen eo ! ya, ya, n’em eus douetanz ebet ! »

Ar beleg koulskoude a yoa eat ac’hano. Ar paour a dostaas ouz eun dall, hag e lezas da goueza en e grogen ar pez arc’hant nevez-roet d’ezan e-unan. Goude-ze e pellaas ive d’e dro, dastumet gwella ma c’helle en e druilhou.

Ne deuas ket, antronoz, d’e leac’h kustum. Hag ar beleg da lavaret pa dremenas dre eno : « Ho pezet truez, va Doue ! ouz eur pec’her paour ! »

Ar beleg-se oa an aotrou chaloni Jakez.


II


Daoulinet dirak kroaz e gambr, an aotrou chaloni Jakez a zo e spered gant e vloaveziou kenta, evel kuzet gant eur ouel du, ar pez a rea n’o gwele ket sklear a-walc’h. E yaouankiz a yoa, evel pa lavarfen, eur mister evitan. Tra souezus ! ar gwel eus ar paour truilhek-se ha ne felle ket d’ezan kaout skoazel ebet digantan, en deus divorfilet ha lakeat da virvi eur bern traou hag a yoa evel morgousket e tenvalijen e spered. Atao e oa bet lavaret d’ezan n’oa ken nemet eur paour kez bugel bet dastumet war an hent. Penaos eta e teu sonj d’ezan brema eus eur maner kaer ? Gwelet a ra zoken ar maner-ze en e spered : tro-war-dro ez eus tachadennou divent a c’hlasvez ; ama hag a-hont gwaziou trouzus o tiruilh eus an uhel hag o koueza e beoliou great gant mein-marbr eus ar c’haera. Bokedou a bep tu, gwez bras bodennek e leac’h ma kuz al lapoused o neizi. Eur bugel a zo dre eno o kemeret e blijadur e pep frankiz. Ar bugel-ze a zo karet ka great brao d’ezan. Bemnoz e teu eur vaouez d’e gerc’hat ha d’e gas d’eur gouele mat, o pokat d’ezan kant ha kant gwech-all. Ar vaouez-se a c’halv anezan : « Va mab ! »

Hag an aotrou Jakez a gred eo hen ar bugel koant-se, eo hounnez e vamm, ar vaouez-se ker madelezus ha ken dous ! O ! petra ne rofe ket evit gouzout he hano !… evit kaout c’hoaz eur pok digant e vamm ! Ha mar deo re zivezat evit gellout pokat d’e vamm, petra ne rofe ket evit gallout da vihana daoulina war he bez !

Ar beleg-ma a zo eun den a galon ; setu perak e lavar araok sevel en e zav :

— « Aotrou Doue, ho pezet truez ouz ar re o deus laeret diganin eürusded va amzer da zont ! Roït d’ezo ar peoc’h hag ar vuez a bado da viken ! »

Dirdign ! Dirdign ! Dirdign !

Kloc’hig ar presbital eo a yoa e bole.

— « Petra ’zo a-nevez ? » eme ar beleg.

— « Eun den klanv, toc’hor bras, a c’houlen kovez ouzoc’h araok tremen. »

— « Mat eo, mont a ran dioc’htu ganeoc’h ! »

Digouezet dirak ar c’hoz toull ti, an diaveziad a lezas ar beleg da vont en e raok.

— « It tre, aotrou, emezan, it ; aze eo ema ar paour a c’houlen ac’hanoc’h ; me a zo o chom du-ze, pelloc’hig. Dre druez eo ez oun eat d’ho kerc’hat. »

An nebeudig komzou-ze a ra d’ar beleg ober eur skrijaden.

Piou eo ar paour-ze O ! doueti a ra eo an hini en doa kavet e-kichen dor an iliz. Ha perak e c’houlen gwelet ar beleg hizio pa ne felle ket d’ezan e zelaou deac’h ? Piou oar ? Ha piou a zo bet eat morse betek goueled sekrejou an Aotrou Doue ?…

Hag o veza savet d’an neac’h gant an deleziou a gase d’ar zolier, ar beleg a roas eun taol glin d’an nor.


III


E gwirionez, ar paour dic’hiz, gwelet gant ar beleg en derc’hent, eo a yoa eno astennet war eum dournad kolo leiz.

Ya, hen e oa, hogen e pe stad truezus !

An eonen a deue eus e c’hinou, ar gwad a yoa war e zaoulagad, hag e tisplante ar bleo a zournadou eus e benn. An dizesper a yoa kroget ennan.

Reisaat a reas koulskoude o welet ar beleg.

— « O, emezan, bennoz-Doue da veza deuet ! Aon bras am boa da vervel hep ho kwelet c’hoaz !… »

— « Lavaret em boa d’eoc’h, eme ar beleg, e c’hellit fiziout ennoun evel en eur mignon ; ha brema, setu me dare da ober evidoc’h ar vad a c’hedit diganen. »

— « Sellit, neuze ; azezit aze, ha selaouit ac’hanoun. Va buez fall eo ez an da gonta d’eoc’h. Lezit ac’hanoun avat da zibuna ar guden penn-da-benn hep troc’ha va c’homzou. »

Ar beleg a azezas war eur skaon, hag o veza lakeat e boan da guzat ar beac’h a yoa warnan, e lavaras : « Setu me dare d’ho selaou ! »

Ar c’hlasker koz a zeblantas neuze disken ennan e unan, hag eur pennad goude ec’h huanadas, hag hen ha koms evel-hen :

— « Tech ar c’hoari en doa kaset ac’hanoun betek an dienez ; n’em boa mui gwenneg ebet evit paea va dle, hag e teuas ar vourc’hizien da lakaat foar war va zammig peadra. Ne jome mui ganen ken tra da ober nemet mont da glask va boued.

Daou zervez a yoa n’em boa debret tamm, pa zigouezis dirak eur maner eus ar re gaera.

Gwelet a rean eus an hent ar c’heginou, e leac’h ma ’z oa eun druilhad paotred ha merc’hed endro d’eur fourn houarn goloet a gastolorennou a daole a bep tu ar c’houez an dudiusa.

Ya, yer, houidi, ha traou all, en o leiz, a yoa o rosta dirak eun tan brao !

Eur mennoz heuzus a deuas d’in. Lakaat a ris pep fouge dindan va zreid, ha me o vont da gaout ar mestr keginer :

— « Aotrou ! emeve d’ezan. »

Heman n’en doa ket klevet ac’hanoun o tont hag ec’h en em gavas ken nec’het gant va c’homzou ma lezas da goueza war al leur ar podad viou a yoa gantan etre e zaouarn.

Kas a reas ac’hanoun da vale gant pep seurt komzou kasaüs.

— « Er-meaz ! emezan gant kounnar, n’omp ket kustum da vaga al lamponidi. Er-meaz ! ha buanoc’h evit an dra-ze ! pe bremaik ar chas a welo ha kalet eo ho ler… Hep ! distagit Kastor ha Pollux, hag hisit anezo ouz ar pez divalo ma ! »

Hogen, d’an ampoent e oe gwelet eun troc’h mat a zen o tont, soun e benn ha lemm e lagad.

— « Piou, emezan, eo an hini en deus hardiziegez a-walc’h da lakaat er meaz eus va zi ar paour a deu da c’houlen eur goudor ? Meur a wech, Valer, em eus lavaret d’it ez out kalz re rust. Rei a ran urz d’it da zervicha eur pred a zoare d’an den ze, ha p’en devezo debret dioc’h e naon e tigasi anezan betek ennoun. »

Ma oe red d’ar mestr keginer gorren e gounnar ha senti war an taol hep lavaret ger.

Kaset e oen goude va lein da gaout an aotro kont a Senak.

— « Va mignon, a lavaras-hen d’in, yaouank oc’h, dioc’h an doare, ha souezet oun ouz ho kwelet o klask an aluzen. »

— « Pinvidik oun bet, a liviris, hogen kollet em eus va holl danvez er c’hoariou. Pinvidik oan, ha micher ebet n’eus bet desket d’in ; setu perak n’ouien petra da ober pa ’z oun bet skoet gant ar reuz. »

— « Hag eun tammig deskadurez hoc’h eus ? »

— « Gouzout a ran lenn ha skriva. War an c’honchou, me gred n’ez eus ket kalz hag a ve en tu-all d’in. »

— « Ac’hanta, me a zo dres o klask eun den da c’houarn va danvez. Ha plijout a rafe d’eoc’h ar garg ? »

He digemeret a ris gant laouenedigez.

An aotrou hag an itron a Senak a oe meurbed madelezus em c’henver, kouls hag o mab, ha va dever striz e oa diskouez d’ezo anaoudegez vat. Ne ris ket, aotrou. Bez ez eus tud digalon, a zo ganet, lavaret e ve, evit pep seurt labouriou divalo. Me a zo eus ar re-ze. Implij fall a ris eus ar fizianz leun en doa an aotrou kont ennoun.

Eun dervez e tapas ac’hanoun o laerez e arc’hant a grabanadou.

En dro-ma ez eas droug ennan, ha n’eo ket hep abeg ; bouta a reas ac’hanoun er-meaz, o lavaret :

— « Kea ; gallout a rafen lakaat an archerien da gregi ennout d’az kas d’an disheol ; hogen, nan ! truez am eus ouzit ; kea, hag arabat e vezo d’i dont mui war va zro. »

— « Gwelet a ri c’hoaz ac’hanoun, kont a Senak, a liviris o tiskouez d’ar maner va dourn serret ; ya, dont a rin, m’hen tou ! »

D’ar poent-se ez oa trouz dre Vro C’hall a-bez ; edod e poent ar Valtam[6].

Tamall a ris an aotrou kont a Senak da veza a du gant an dispac’herien, hag evit rei eun tamm seblant d’am c’homzou e tiskouezis fals-paperou skrivet ganen va unan.

Kredet e oen, aotrou ; ha, daou zervez goude, an aotrou hag an itron a Senak a oe kaset d’ar prizon a hanved Bastille. O mabig a oe saveteet gant unan eus ar mitizien.

Roet e oe d’in ar maner hag e zouarou, e digoll eus ar boan am boa bet oc’h ober va labour ifern. Prestik goude e klevis lavaret e oa maro ar mevel hag ar bugel eat n’ouie dare den da beleac’h.

Ar c’hont hag ar gontez a varvas ive hep m’o divije gallet dont a benn da rei da gredi ez oant divlam. Neuze, me, Filip Franay, a c’hellje pelloc’h beva e peoc’h eus frouez va zorfed. Fazia rean a grenn. Va buez, siouaz ! ne oe azalek neuze nemet eur verzerenti griz hag hir. Broudou va c’houstians am c’hrigne, hag hiviziken peoc’h ebet ken evidoun nak en deiz nak en noz. Ya, aotrou, betek va nosveziou zoken a veze trubuilhet gant huvreou spontus.

Setu me neuze, evit kaout peoc’h, oc’h en em rei a nevez d’ar c’hoariou. Koll a ris, ha me o tont adarre da veza ken paour ha biskoaz. Red e oe d’in kwitaat ar maner-ze am boa prenet ouz priz ar gwad, ha den a-c’houdevez ne ouias petra deuis da veza… »

Ama ar paour a jomas a-zav eur pennadig, ha goude e lakeas e boan da zevel en e goaze, hag e lavaras :

— « Me, aotrou, me hag a zo ama dirazoc’h, me eo Filip Franay, an hini en deus lazet ho tud ha foranet ho tanvez.

Aotrou kont a Senak, an torfetour a zo en ho kalloud, grit outan ar pez a gerot. »

Ar beleg a yoa deuet tostoc’h d’ar c’hlanvour.

— « Petra livirit aze ? emezan ; me a zo eun emzivad, eur bugel bet kavet war an hent. »

— « Pa lavaran d’eoc’h eo c’houi an aotrou kont a Senak ! O ne fazian ket. Dioc’htu em eus anavezet ac’hanoc’h. Ha c’hoant hoc’h eus d’hen gwelet sklearoc’h c’hoaz ? Mont a ran da ober d’eoc’h kredi. Tronsit breac’h ho soutanen ; holl dud ho ti o deus eun tach du uhelloc’h eget an ilin deou. »

— « A ! paour, eme ar beleg, lavaret ac’h eus ar wirionez. O va zud ker ! va zad !… va mamm !… Roit d’in, Aotrou Doue, nerz a-walc’h evit pardoni d’an den-ma… »

— « Pardoni a c’hellez, eme ar c’hlasker ; paeet em eus, ker zoken ! Pa ’z oun deuet da veza paour evit an eil gwech, em eus gwelet mat peger bras e oa va zorfed, hag ez oun deuet a galon vat da veza paour-baleer, evit gellout, eun dervez, restaol ar pez am boa laeret. Bevet em eus en diouer a bep tra ha kousket a rean war ar c’haled ; hogen hizio me a zo paeet. Ya, hen lavaret a c’hellan d’eoc’h, kont a Senak ; setu ama hoc’h arc’hant : kemerit anezan, priz ar gwad eo ! »

Hag o veza dastumet an tammig nerz a jome gantan, Filip a yeas d’eun arbel haga dennas bozadou aour anezi da deurel e-harz treid ar beleg.

Hema avat a zistroas e zell gant heuz.

— « Petra ! eme ar c’hlasker, ne fell ket d’it kemeret ar restaol ? Ne fell ket d’it eta kennebeut ankounac’haat va zorfed ?… »

Ar beleg a zavas e vouez hag a lavaras gant madelez :

— « Pardoni a ran d’it, Filip Franay, evel den, hag, evel beleg, e savan va dourn da rei d’it an absolven zantel. »

......................................................................................................

Ar paour a varvas e peoc’h antronoz-vintin, hag ar chaloni ne ziskuilhas da zen ar pez en doa klevet gantan. Hogen, ne fellas ket d’ezan implija evitan e-unan an arc’hant a yoa bet restaolet d’ezan. Lakaat a reas an arc’hant-se da zevel eun hospital evit digemeret ha sevel ar vugale baour dilezet gant o zud pe emzivaded.

Bemdez en e bedennou e lavaras betek e varo, ha gant pegement a zaour ! ar c’homzou-ma eus ar beden desket d’eomp gant Jezuz-Krist e-unan :

« Va Zad, a zo en nenv, pardonit d’eomp hor mankou, evel ma pardonomp d’ar re o deus noazet ouzimp. »


————


DOURN DOUE


————


Maner Kergolvan a yoa henvel oc’h neiz koz eun er, gwall-gaset gant an avelou abaoue meur a gant vloaz, ha, kaer o doa, n’hellent ket dont a-benn d’e ziskar. Gellout a reer lavaret e oa diazezet mat, rak er c’horn-ze eus ar vro, ar barrou-avel a vez kalet, o veza m’eo ken diwisk ha ken dispak. E welet a read a bell, a veur a leo zoken, en despet d’ar gwezigou treut a glaske sevel d’an nec’h o skourrou noaz en-dro d’ar mogeriou duet.

Eur sterig sioul a rede he doureier e-harz ar grec’hen ; sioul en hanv, houma a deue er goanv da veza trouzus, ha kement a waziou a deue da veti ma ranke asten he naoz war ar prajeier a dro war dro, o kas ganti an nebeut bodou haleg plantet gant ar verourien war he c’hostou.

Pell, pell bras araok ez oa bet eur chapel hag eur beleg er maner. Hogen, mar doa bet tadou koz an aotrou o stourm oc’h an Turked, mar doant bet kalonek er brezel enep an hugunoded, ma n’o doa ket bet aon o rei goudor d’eur beleg epad an Dispac’h vras, an aotrou a Gergolvan, diveza perc’hen ar maner, en doa diverket enor an amzer goz ; derveziou a yoa ma veze gwelet ar banniel ruz dispak a-zioc’h an nor vras.

Kavet e oe tud da rei d’ezan o mouez evit ma ’z aje da Bariz da rei skoazel da gensorted re henvel outan, evit ober lezennou enep an Iliz hag an Ursiou santel.

Bepred e veze gwelet er penn pella eus an tu kleiz gant ar re muia livet e ruz. Ne gleved ken o tont eus e c’henou nemet : « Le cléricalisme, voilà l’ennemi ! Hon enebourez eo an Iliz, hag hon enebourien ar re a zo a du ganti ! »

Dre eun arvar, a weler a tigouezout stank a walc’h, markiz Kergolvan, ar pinvidig, an dijentil, ar « milioner », evel ma veze han vet gant an dud, ya, ar markiz dizoue ha digristen a yoa bet dimezet d’eur plac’h diwar ar meaz, kristenez gwir eo, hogen nebeut krenv en he feiz. Setu perak, eur pennad goude he eured, houma a reas evel he fried hag a gasas ar relijion da vale.

Doue kouslskoude a roas e vennoz d’an daou bried : eur-verc’h a c’hanas d’ezo, a oe roet d’ezi an hano a Anna.

He gwelet o kreski bemdez dindan o daoulagad setu ar pez a rea holl blijadur dijentiled ar maner. Hag ar baotrez vihan a c’hoarie, a gemere he ebad, evel ma ra peurvuia bugaligou he oad ; hogen, dalc’hmad koulskoude, dishenvel e kement-se dioc’h ar vugale all, e veze kavet el liorz, azezet, he daoulagad o para war an nenvou glas, henvel ouz eun den oc’h huvreal. He matez koz he devoa desket d’ezi lavaret pedennouigou berr ; he zud avad ne gomzent morse d’ezi eus an traou-ze hag edo o klask gouzout perak. Gwelet he doa ouspen n’ez ea morse he matez oc’h taol hep beza lakeat sin ar groaz en he c’herc’hen ; da zul e lakea he dilhad kaera hag ez ea d’ar vourc’h tosta a weled ac’hano ar c’hloc’hdi uhel anezi : ne rea ket kement-se a dra-zur dre urz, evit prena ar pez a yoa ezom da zibri, rak ar baner en deiz-se a jome a-istribilh oc’h an tach.

Hag an demezel a c’houlennas eun devez oc’h he flac’h :

— « Asa,da beleac’h eta ez eez da zul, gant da zae gaer ? Ha perak ez eez evel-se da-unan ? »

« Mont a ran, merc’hig, da bedi Doue da gaout truez ouzomp holl, oc’h da dad, oc’h da vamm ; pedi a ran anezan evit ma vezi fur ha ma ri bepred ar pez a fell d’ezan ; mont a ran d’an oferen, ha te a deuio ganeo divezatoc’h, pa vezi brasoc’hik. »

Hag Anna a falvezas d’ezi deski pep tra gant he flac’h. Ne zaleas kel da zeski e oa bet krouet ha dasprenet gant Doue. Deski a reas ive misteriou bras ar relijion, hag eun dervez eürus, daoust da wall-lavarou he zad hag be mamm, e tigemeras eo be c’halon Hor Zalver Jezuz-Krist kuset en hosti zakr.

Meur a vloavez goude Anna a yeas da lavaret d’he mamm :

— « Mamm, eun dra ’m eus da c’houlen diganeoc’h, hag em eus aon ne falvesfe kel d’eoc’h he rei d’in, daoust d’ho kalon vad … »

— « Goulennit, bugel ker, hep aon ebet ; gouzout a rit em eus roet d’eoc’h bepred ar pez a yoa em galloud. »

— « Ha koulskoude em eus aon, ha va zad dreist-oll… »

— « Sonjet hoc’h eus dimezi, hag hoc’h eus aon ne blijfe ket d’ho tad ar muia karet hoc’h eus dilennet ? »

— « Gwasoc’h ’zo, va mamm. Gouzout a rit e karan hag ec’h heulian relijion ho tud koz. Klevet em eus bet ganeoc’h hoc’h-unan an taoliou kaer a rejont en Douar Zantel ha zoken en hor bro ; lavaret hoc’h eus bet d’in ive penaos e varvas an de mezel a Gergolvan deuet da veza leanez, taget gant ar c’holera epad m’edo o prederia gant ar glanvourien a vije anez da ze maro hep den war o zro. Ha ne gav ket d’eoc’h, mamm, e ve kaeroc’h an dra-ma eget kement o deus gallet ober an holl varc’heien deuet eus hor lignez ? »

Ar vamm a blegas he fenn ; kredi a-walc’h a rea beza kavet poell ar guden er pez a c’hoantea he merc’h Anna.

— « Ho tad eo, petra lavaro ? »

— « Fizianz am boa e rojec’h d’in ho skoazel. »

Daoust d’he buez nebeut kristen, an itron a Gergolvan a dalc’he e goueled he c’halon da zougen bri (estim) d’ar relijion a ra ar verzerien, ar gwerc’hezed hag an dud kalonek dare da rei o buez evit o nesa ; setu perak n’helle ket miret da veuli a spered nerz-kalon he merc’h.

O veza pouezet mad pep tra, e teuas zoken da veza leun a fouge gant he merc’h, hag e welas sklear dourn Doue er pez a c’hoarveze. An diesa ’vije ober d’an tad asanti, hen ar c’hannad ruz, an den fallakr en doa touet ober brezel d’an Iliz ha d’ar feiz kristen. Mont a reas d’e gaout evelato.

Ne vezo hini ebet souezet pa lavarin ez eas eur sac’had droug en aotrou a Gergolvan ; n’oa mui henvel oc’h eun den, lavaret e vije e oa deuet ar gounnar da gemeret stum den ; toui a reas n’ez aje morse e verc’h da leanez, da vihana keit ha ma vije hen beo. Kement-se a vije eur vez evitan, ha n’en doa ket a c’hoant e vije c’hoarzet gwap d’ezan evit eun dra ken diskiant war e veno. Ne gouskas ket eur berad en noz-se ; e spered a oe merzeriet gant huvreou spontus ; gwelet area e wele kelc’hiet gant eur maread saeou du, beleien ha leanezed, hag evit n’o gwelje ket e klaske trei e benn ; hogen, kaer en doa, rede oa d’ezan sellet oc’h ar skeudennou du a yoa dre-oll en e gambr.

An noz warlerc’h a oe henvel, nemet e welas ouspen e verc’h o ouela e-harz e dreid, oc’h hen aspedi da rei d’ezi e asant. An abaden-ma a badas epad eiz deiz ; ma kollas e nerz ha e yec’hed, dre ne gave mui tamm saour ebet gant e voued.

Setu ma lavaras eun dervez, droug bras ennan :

— « Mont kuit pa garo ! Ne fell mui d’in nag he gwelet na klevet hano anezi ! Ra gouezo va malloz warni ha war ar re holl a zo henvel outi ! Ra’z ay er-meaz eus va zi ! »

Hag ar plac’h yaouank a yeas eus ar maner, o pedi Doue da gaout truez oc’h he zad…

Meur a zervez a yoa edo ar Gannaded o klask an tu da zevel eul lezen da ziskar an holl ursiou leaned, relijiuzed.

— « Ar seurt tud-se, eme eur re, a zo eur riskl evit ar vro. »

— « N’hon devezo morse ar peoc’h, eme re-all, ma ne vezont ket stlapet e-maez ar vro, evel ma oe great gwechall d’ar Jezuisted. Ha neuze, da betra e talv buez ar venec’h hag al leanezed se sebeliet en o c’houenchou ? Pe seurt vad a reent ? »

En deiz se, an Aotrou a Gergolvan a yoa war e du mad. Gwaza ’zo, n’oa ket bet roet d’ezan an donezon eus ar prezegennou helavar ; e zoare koms a yoa henvel a-walc’h oc’h hini am holl, ha setu perak e kemere e ebad oc’h huchal : « Mad tre ! Mad tre ! Brao ! » pa felle d’ezan diskouez d’e vignoned o doa komzet a zoare.

An darn vrasa eus ar Gannaded a gavas mad a lezen, ha setu ma oe douget.

Eur pennad goude e oe skarzet ar c’houenchou : ar venec’h hag al leanezed a rankas mont da c’houlen goudor gant an estren, en harlu, ’leac’h ma oe great d’ezo eun digemer kalonek.

Hon dijentil ne bade mui gant al levenez a leunie e galon, C’hoantaet en divije mont gant pep lean ha leanez betek harzou ar vro evit hopal d’ezo : « Delit, setu aze hoc’h hent ! Beaj vad ! »

Lavaret a rea ez aje eur mare bennak, pa vije vak, da dremen eur miz pe zaou d’an Alemagn, war riblou ar ster vras a reer ar Rhin anezi. Plijadur en divije, emezan, o kaout dre eno eul leanez bennak eus a Vro-Franz, hag e komsche ganti eus gwall-reuziou he bro baour.

Hogen, klenvet a eure dres e derc’hent an deiz ma tlie mont en hent.

— « O, eme al louzaouer, an dra-ze n’eo netra ; c’houi a zo skuiz ; re a labour ! Eun nebeudig derveziou da repoz er zioulded, hag ar yec’hed a deuio d’an daoulamm. »

Ar vedesined a zo marteze brokus gant o meuleudiou. Daoust da ze ar re-ma a reas muioc’h eget holl louzou ar staliou. Ar spered a yoa muioc’h taget en hon dijentil eget m’oa e gorf, hag o veza ma krede beza pare, e pareas ive e gwirionez. Hogen ar vakansou a yoa eat ebiou, hag an amzer gaer ive.

— « Gwaz a ze evit an dro-vale, emezan ; ar pez a zo apellet n’eo ket kollet. Mont a rin er bloaz a zeu »

Er bloaz warlerc’h e oe votadeg hag an aotrou, evel just, a oe skubet. Re en doa great, hag ar bobl a yoa deuet da skuiza gantan.

— « Petra ra an dra-ze d’in-me ? emezan. Perak en em jala ? Labouret matem eus epad ma’z oun bet. Ar pep brasa ’zo great, hag an nemorant, na petra ’ta, a deuio warlerc’h, anezan e unan. »

En dro-ma, hep mar ebet, e c’hellje mont da dre men an hanv war harzou ar Suis pe an Alemagn.

Urbitz a zo eur geriadennig zister, du-ze, e Bro-Alemagn. O veza m’eo savet en eul leac’h kaer dispar, ma weler ac’hano kalz traou pell pell a ziwardro, e teu di bep bloaz eun niver bras a dud dibreder da glask an ear vad ha da adober o yec’hed. An ear a zo fresk. Ama e klever trouz eur ster, aze eur gouer o koueza eus an uhel diwar eur roc’h ; he c’hoajou bras divent a zo troc’het gant henchou ledan, kirri sternet gran o redek drezo bleinet gant tud eus a bep gouenn, eus a bep bro. Gwa koulskoude d’an nep a gredfe en em gavout e-unan en noz war an henchou-ze ! Beza ez eus c’hoaz dre eno hiniennou eus an dud-se n’o deus ken micher nemet peilha, laerez ha laza an dreminidi re hardiz a laka o holl fizianz en o nerz-kalon pe e nerzo divreac’h.

Eun nozvez eta m’oa sioul pep tra, ar strollad laeron a rodelle, evel kustum, e kroaz-hent an Toull-Du. C’houec’h a yoa anezo.

— « N’ez a ket kaer ar chase ganeomp abaoue eur pennad ’zo ! » eme-unan.

— « Ar wirionez eo an dra-ze, avad, eme unan-all ; hogen, eun dra bennak a zo o lavaret d’in penaos hirio… »

— « Kleo ! » eme eun trede.

Hag an holl kerkent da zelaou. Klevet a reant er pellder kleierigou gwetur, hag, eur pennad goude, trouz treid eur marc’h o vont d’an trotig. Douetanz ebet mui : edont o vont da ober eun taol kaer.

— « Ar chanz eo a zo erru davedomp ! a leverjont-i war eun dro. Nerz-kalon d’an holl hag an divreac’h d’an neac’h ! »

Mont a rejont da guzat pep-hini el leac’h merket d’ezan, hag eno e c’hedchont gant habaskded ken na zeuas ar c’haronz. Ne zaleas ket da zont.

— « Ver da ! » eme ar c’hrenva eus ar vanden o trei hag o tistrei e vaz kelen a-zioc’h e benn. « Piou a zo o vont a-ze ?… A-sav, pe emaout o vont da vervel ! »

Eun taol skourjez a oe lavar kenta ar beachour hag ar marc’h a zilammas gant muioc’h a diz. Hogen, a-veac’h en doa great eur gammed bennak, ma tilammas ar pemp laer-all eus o zoullou-kuz. Ar re-ma n’oa ket brao kaout da ober ganto, rak kontilli, pistolennou ha traou-all a yoa ganto a forz.

Hag i da zailha war marc’h, sterniou ha gwetur, ha d’o diskara d’an douar gant an aotrou a zougent. Hema koulskoude a zifennas e vuez gwella ma c’hellas ; hogen an treac’h a jomas e kostez ar re grenva. Pa welas e oa sailhet warnan eur vanden laeron, ar beachour en doa kemeret e bistolen ha tennet daou denn ganto ; den avat ne oe tizet. Ker prim hag eul luc’heden, unan eus ar ganfarded a zilammas hag a ziframmas ar bistolen a starde an aotrou eus e holl nerz en e zaouarn hag a zankas en e galon unan eus ar c’hontilli ze, hir ha lem, a vez atao gant al laeron vras ; ar re-all e keit-se a beurc’hrea o labour, a gemere kement a yoa gantan hag a stoufe d’ezan e c’henou evit miret outan da hopal.

— « Deuet eo ganeomp ! » eme unan a vouez izel.

Hag ez ejont ac’hano o kredi e lezent eur c’horf maro war o lerc’h. Pelloc’hik e klevchont trouz eun den o vale ; ha pep-hini adarre da lammat oc’h ar c’harz evit klask eun toull kuz da c’hedal an tremeniad.

— « Piou eta en deus an hardizegez da vont e-unan, war droad, en noz tenval, dre greiz eur c’hoad ker bras ? » emezo goustadik.

— « Al leanez Anjelina eo, eme ar yaouanka ; lezomp anezi da vale, n’he deus ket eur gwenneg war he hano. »

Tremen a eure o lavaret he chapeled.

Al leanez Anjelina a yoa eur C’hallez harluet diouz he bro gant kounnar diboell ar franmasoned. Deuet e oa gant he c’hoarezed da glask eur goudor el leac’h-se. Kouls hag e Bro-Franz, al leanez kez en harlu a implije he holl amzer etre ar beden, ar preder och an dud klanv hag ar beorien. Wardro eun den koz e oa bet galvet en noz-se ; muioc’h a amzer eget ne grede a rankas da dremen gantan. Abalamour da ze eo edo he unan ken divezat o treuzi ar c’hoad. Daoust ha petra c’hell ober aon d’eun ene n’eo mui stag oc’h an douar-ma nemet dre ar garantez ouz an nesa, d’eun den ha n’en deus ken madou nemet e chapeled hag an niver bras a c’hounidou evit an nenv, madou ha n’hellont ket beza taget gant al laeron ?

Ha setu en eun taol ma klev eur glemmaden zister, ken dinerz ma ne c’hell al leanez na gouzout petra eo nag eus a be leac’h e teu. Daoust hag eun den eo o tenna e halan pe eul labouz noz o c’hournijal dre ar c’hoad ? Ha beza ez eo rounkel ar maro o tarza war vuzellou eur reuzeudig ? Ma chom a zav da zelaou : eun huanaden hirroc’h a deu warlerc’h ar genta. Tostaat a ra neuze oc’h ar c’hleuz, hag e wel ervad roudou eun torfed. Ar reuzeudig a yoa bet taget a veve c’hoaz. Hag al leanez, buan ha buan, d’ar c’har da gemeret an torchennou a yoa ennan evit asten warno korf gouliet ar beachour ; ha hi da c’haloupat d’an ti tosta, ti ar gward, da glask skoazel. Prestik goude edo ar c’horf e kouent al leanez Anjelina Astennet e oe war eur gwele. Al leanez vad a laoskas eur youc’haden skiltrus kerkent ha ma c’hellas gwelet oc’h sklerijen ar goulou dremm distronk an den kez pistiget. Mont a eure er-meaz endra ma poanie he c’hoarezed gant ar gouliou ha ma’z ea re-all da glask al louzaouer.

Hon den a jomas pell bras el leandi, rak n’oa ket krenv a-walc’h da c’hellout beza kaset d’eul leac’h all. Meur a wech epad an amzer-ze e roas d’al leanezed santel testeniou sklear eus e gasoni ouz Doue hag ouz kement a zell oc’h ar relijion ; eun dra ’zo koulskoude hag a skoe e galon : rei a reant d’ezan hep skuiza o c’harantez, o foan hag o amzer. Ar c’hoar Anjelina evelato a zeblante d’ezan beza dreist ar re-all, War evez e veze da glask d’ezan kement a c’hoantea, zoken ar pez a grede a rache plijadur d’ezan ; ne guitae ket e benn-wele.

— « A ! itron, emezan d’ezi eun dervez, ma vije an holl leanezed henvel ouzoc’h-hu !… »

— « Va dlead a ran, emezi kerkent, ha netra ken ; Jezuz, va Mestr, eo a c’hourc’hemenn d’in kement-se, ha n’eus ama leanez ebet na ve dare da ober kement all evidoc’h. »

— « Ya, itron, emezan c’hoaz, bras eo ho karantez ouz an nesa. Ma lavarfen d’eoc’h koulskoude pegen doun eo eat va ene er fank, n’hellfac’h ket miret d’am mallozi… Beza em eus aze eur zamm pounner meurbet war va c’houstianz, a lavaras hen c’hoaz, an daelou en e zaoulagad, ha goude ma tennfen warnoun ho kounnar hag ho tispriz, me hen dizoloio d’eoc’h. Gwelet a rit ama dirazoc’h eun den hag a zo dleet d’ezan ar vez hag ar faë. »

— « Nan, nan, ne dleer ober faë war ene ebet, daoust pegen kailharet e ve, rak m’eo bet dasprenet gant gwad ar C’hrist benniget ; Hor Zalver a c’hell gwalc’hi ha parea holl c’houliou ar pec’hed d’an nep a ziskouez keuz. »

— « Eus Bro-Franz ez oc’h, itron ; her gouzout a ran, hag ho c’hoarezed ivez a zo deuet ama eus ar Franz ; stlapet oc’h bet er meaz, bloaz a zo, gant eul lezen a ziskare an holl vreuriezou menec’h. E kambr ar Gannaded edon d’ar mare-ze. »

— « Hag hoc’h eus roet ho mouez evit dougen al lezen… »

— « Ya, siouaz ! Ouspen-ze, deuet oan dre ama da ober gwap outo, ma kavchen hini pe hini anezo war va hent. »

— « Ha Doue en deus great d’eoc’h koueza etre o daouarn, marteze evit ma teujent da unvani gantan hoc’h ene. »

— « Ouspen zo. Eur verc’h am boa ; hoc’h oad he divije brema m’oar vad, itron. He c’haret a rean kenan, ha kalz a blijadur am beze o sonjal er fortun gaer a rache sur eun dervez. Dont a reas c’hoant d’ezi da vont d’ar gouent… »

— « Hag ez eo hirio leanez… »

— « N’ouzon dare petra eo deuet da veza, ar pez a ouzon eo ez eas eus ar gear gant malloz he zad en he c’herc’hen… »

— « Hi he-unan eo, va zad, a zo ama brema kouezet d’an daoulin da c’houlen ho pennoz… »

— « Va merc’h ?… »

— « Me eo Anna a Gergolvan ! »

Ar c’hlanvour koz n’hellas ket koms, ker skoet oa e galon, ha setu m’en em roas da grena kouls ha p’en divije bet terzien eur marc’h. A-benn eur pennad evelato e c’hellas lavaret :

— « Ha pardoni a reot d’in ? »

— « Pell a yoa, va zad, em boa pardonet hag ankounac’heat ; hag, en tu-all d’am c’homzou, ar preder am eus kemeret ganeoc’h abaoue m’ho kavis evel maro er c’hoad, a zo eun desteni anad eus va c’harantez evidoc’h, rak, va zad, kredit ac’hanon, hoc’h anavezet em boa dioc’htu. Ar Barner bras eo n’en deus ket c’hoaz roet d’eoc’h e bardon. Stouit ho penn, va zad ; erru eo ar beleg d’hoc’h unvani gant Doue. Mall eo d’eoc’h lakaat urz en ho koustianz, rak ar maro hep mar ne zaleo ket da zont d’ho kwelet. »

— « Eun eal ez oc’h e gwirionez, va merc’h, digaset gant Doue en hon touez. O ya, klevet a ran ar maro o tont ; c’houi a gaso ar c’helou d’ar vam n’he deus ehanet d’ho karet. Na pet gwech n’eo ket deuet hoc’h hano war he muzellou abaoue ma ’z oc’h eat eus ar gear ! Vad a raio d’ezi klevet ar pez a zo bet etrezomp en heuriou diveza eus va buez implijet ker fall.

Ra blijo gant Doue ober ouzin eur zell a drugarez, nan abalamour d’in hogen abalamour d’eoc’h ! N’em boa mui tamm feiz ebet, hag ez oc’h deuet d’he enaoui ennoun pa emaoun em zremenvan ! »

Hag an den koz a goveseas hag a zigemeras e Zoue gant kalz a garantez. Mar en doa bevet evel eun den daonet, mervel a eure da vihana evel eur Zant…

Beziet eo bet er meaz eus e vro, ha bemdez ar c’hoar Anjelina a ya di da bedi evit ma plijo gant Doue e denna kentoc’h eus ar purkator hag e zigemeret en e varadoz.


————


BARA AR GEAR


————


(J. Clément en deus skrivet ar gontaden-ma e Almanach des Familles chrétiennes) :

Kement-ma a dremen en diskar-amzer. Erru eo ar stered da c’houlaoui e Breiz-Izel, ha dindan bolz sioul an nenvou, setu du ze eur blenen vras o repoz reiz evel eun oan ; ar mor divent eo.

A-veac’h ma klever trouz ar mont dont a ra hep ehan, henvel ouz alan didrous eur c’hrouadur morgousket.

Al loar lugernus a daol he sked war an tarziou-ze en hevelep amzer ma wenna lochen baour Ivonig, ar pesketaer. Evel-se eo hanvet er vro, daoust ma’z eus pell abaoue m’en deus gwerzet e vag hag e rouejou. Petra fell d’eoc’h ? Koz eo ar paour keaz Ivonig ! Deuet eo e vleo da veza gwenn erc’h. E ziskoaz a zo pleget muioc’h c’hoaz dindan ar c’hroaziou eget dindan an oad.

Ar mor, a ra neuz da gousket du-ze, n’eo ket bet tener outan, pell ac’hano !

Eiz vloaz a vo bremaïk, pemp pesketaer a bigne laouen en o bag evit mont da besketa. Ar beure a yoa dudius, tamm koumoul ebet en oabl ! Doare ebet e teuje arne dizale ! Seblantout a rea e tlient ober eun dervez eus ar re wella ; hag, e gwirionez, kalz pesked a deuas ganto. Hogen, evel ma c’hoarvez re alies, siouaz, gant ar mor, setu ma teuas da c’houeza en eun taol, dizavet gant ar gorventen a deue eus ar c’huz-heol. En noz-se, eur vag hepken, gant eun den e unan, a c’hellas, ne oe ket hep poan, tizout ar porz.

Gwreg ar pesketaer a nec’he o c’hedal.

— « Te eo, Ivonig ? » emezi gant enkrez.

— « Ya, » emezan o koms evel en despet d’ezan.

Ha hi adarre da c’houlen :

— « Hag hor bugale ? »

— « Beuzet holl, Mari Anna gez !… A ! va Doue ! o fevar ! »

O gouelvan en em veskas pell bras gant trouz spontus an avel foll.

N’oant ket aet holl gant ar mor koulskoude, rak gwelet a read eur paotrig e toull an nor. Gwenole oa, deuet da veza penher Ivonig ha Mari-Anna. N’oa ket, ar paour kez paotr, gwall-henvel ouz e vreudeur, a yoa bras ha krenv, e leac’h ma’z oa, hen, drouk-livet, fallik ha klanvidik.

Dindan an diaveaz disterik-se e kaver alies eneou Start ha kalonou mat. Gwenole a zeblante beza bet lezet gant e dud evit o c’hennerzi, o laouennaat en dristidigez vras ma’z edont.

Hag ar re-ma a roas d’ezan kement karantez, kement teneridigez a c’hellent da rei. Ar bugel a greskas oc’h eva a bep tu d’ezan ear c’houek ar garantez, o karet a greiz e galon an daou goziad-se ha ne vevent mui nemet evitan, o karet ar mor livet kaer gant liou glas an nenv, an nebeudig gwezo chomet c’hoaz wardro an ti soul, al laboused o richana er skourrou, ar roz o tispaka o liou fresk en tammig liorz. D’an traou-ze holl e lavare meur a wech bemdez : « N’ho tilezin morse ! »

Gallout a reer kredi ne vije eat morse eus ar gear, panefe al lezen. Houma a lavar : « Holl d’ar zervich ! »

Pebeuz tristidigez, pebeuz rann galon a oe en ti soul d’ar c’helou-ze ! Ha red e vije eta d’ar paotr-se mont da ober tri bloaz servich, pa n’oa ken nemetan da laouennaat e dud koz ? Ha penaos e rachent evit dougen kement a groaziou pounner ?

Hen, e unan zoken, daoust ha gallout a rache trei kein d’ar mor glas, da iliz goz e barrez, d’an heol benniget a bar bemdez war aochou Breiz-Izel ? Penaos dreist oll dilezel e dad hag e vamm, n’o doa mui nemetan war an douar-ma ?

Mari-Anna a yoa he spered gant an holl draou-ze. He mab paour a viche prizouniet en eun tu bennak, pell, pell diouti, red d’ezan skuiza, ober pennadou brao a vale, hen ken disterik, ker klanvidik, m’oa red mat kemeret kalz a breder gantan. Nan, nan, kement-se ne c’helle ket c’hoarvezout ! Ne zispartiche ket diouti ; ha neuze, koustche pe goustche, gouzout a rache difen anezan oc’h ar re a vije hardiz a walc’h evit dont d’hen diframma eus a dre he divreac’h !

Setu ma teuas an deiz da vont d’en em ziskouez da baotred ar c’houarnamant, evit gwelet hag-en edo e tailh da c’hellout dougen ar bragou ruz.

O welet Gwenole, ar c’horonel a lavaras oc’h heja e benn gant truez :

« Ne vo ket red chom pell bras da zellet ouz hennez. Kasit anezan d’ar gear. Petra raio ar Franz gant tud eus ar seurt se ? »

— « Ar Franz hel lakay e stad d’he zervicha, eme ar « major ». Ar paotr yaouank-ma en deus ezom bras da ober « exersis », Krenvaat a ray e izili. »

— « An « exersis » a lazo anezan ! » a hopas eur vaouez a yoa deuet er zal en despet d’an archerien a glaske kregi enni evit he miret da vont pel loc’h. Koueza a reas d’an daoulin, hag o sevel he daouarn etrezek an nenv, e lavaras gant eur vouez meurbet kalonus :

— « Me ho ped, en hanv Doue, lezit anezan ganeomp ! »

Hogen, setu ma kroger enni evit he c’has er-meaz, epad ma lavare ar major :

— « Mat d’ober e zervich ! »

Nag a zaerou a oe skuilhet en ti-soul d’an abardaez-se ha betek an disparti. Ivonig a lavare a-wechou a-dreuz e zaerou :

— « Mat, krisoc’h int eget ar mor. Hema ne ouie ket petra rea ; ha neuze, lezet en deus eur mab ganeomp ! »

Buan, gwall-vuan ez eas an amzer, hag an dervez kasaüs a zigouezas.

En derc’hent ez ejont e perc’hirinach da Zantez-Anna-Wened. Ar gerent a lakae evel-se e gward an nenvou ar pez o doa a wella, pa n’hallent mui miret anezan tost d’ezo.

Hag e teuas heur glac’harus an disparti. Goustadik ez eant war-zu ti an hent-houarn, evel p’o divije c’hoant da apell an heur-ze.

Gwenole a droe e benn bep eur mare evit teurel c’hoaz eur zellig nec’het war dour koz e iliz parrez a guze a nebeudou adre ar grec’hen.

Digouezout a reant e ti an hent-houarn. Edo ar marc’h du o tivogedi, har e c’halved ar veajourien. Chom a rejont o-zri a zav. Ar paotr a vriatas e dad hage vamm, ha d’an daoulamm goude betek ar chiri a dlie e gas da Roazon.

Poent e oa, rak an daerou stardet ha moustret pell bras e goueled ar galon a zave brema da zalla an dud keiz. Setu ma klever eur c’houitelladen skiltrus hag eur ruilhaden bounner : Gwenole a yoa eat kwit !…

Pell, pell bras e chomas oc’h an nor da zellet oc’h ar mor glas, oc’h e dad hag e vamm beuzet en o daerou, betek na welas mui douarou e barrez.

Paotr al liziri a deue reiz bep sizun betek ti Ivonig ar pesketaer. Digas a realiziri hir da rei da anaout betek an traou distera en doa da ober bemdez. Santout a read eur mousc’hoarz o plava war al linennou-ze, mousc’hoarz eur bugel kalonek e poan bepred da frealzi e dud ankeniet, mousc’hoarz glebiet gant eun nebeudig daerou evelato, eur mousc’hoarz evel a weler a-wechou war dremm ar re a zo taget gant eur c’hlenved ha n’eus pare ebet evitan er bed ma, hep ma kredfent hen anzav evelato.

Ar gozidi keiz a fazie gant o faotr. « En em blijout a ra ! » emezo gant eun tammig levenez.

Person ar barrez koulskoude a lenne ivez al liziri hag a wele pelloc’h eget ar gerent. Ya, er geriou-ze laouen hervezan doare, ar pastor gouiziek a lenne eun dristidigez vras, tristidigez eur boked o c’hoenvi pell diouz e vro. « Mervel a raio gant ar boan spered ! » a zonje-hen ennan e-unan.

Gant ar bloaz nevez Gwenole a c’hellas kaout daou zervez da zont d’ar gear.

Lochen ar pesketaer a oe laouennaet evel d’an deiziou pardon. Ne oe avat nemet eul luc’heden, eur bann-heol da domma kalonou an daou baour kez koz. Bann-heol noazus bras ouz ar paotr yaouank, rak ar gwel eus ar gear ne reas nemet kreski ennan an droug spontus-se a hanver « klenved ar gear. »

Epad eur miz goude al liziri a deuas bep sizun hep mank, da zigas kelou mateus ar c’heaz harluet. Eur zizunvez koulskoude an douger liziri ne skoas ket war dor ar pesketaer. Koll a rea e amzer o c’hedal bep mintin :

— « Netra hirio adarre !! » a lavare paotr e vlouzen c’hlas o welet Ivonig.

Eun dervez, evelato, e teuas lizer. Levenez an tad koz ne badas ket pell. Ar skritur teo-ze n’oa ket hini e vab !

Ar c’haporal eo en doa lakeat e hano e traon ar pennad skrid.

Setu ama hepken ar pez a yoa : « Ho mab a zo klanv bras. C’hoant en deus d’ho kwelet ! »

Ivonig a yoa kouezet war eur gador. Sellet a rea en-dro d’ezan oc’h adlavaret : « Klanv ?… klanv eo ?… perak n’en deus ket anzavet kentoc’h ? »

Mari-Anna a dostaas. « Mat, red eo d’eomp mont, mont dioc’htu, p’eo gwir e fell d’ezan gwelet ac’hanomp ! emezi. A ! va Doue, ma tigouesfemp… »

N’eas ket betek penn. N’hellas ket lavaret ar ger spontus.

Setu ma tennont dillo an dilhad sul eus an arbel ; hag i d’o gwiska. An enkrez a yoa kouezet warno a zeblante beza digaset d’ezo adarre nerz o yaouankiz.

Mari-Anna a oe prest hep dale. Hag e klaske dre e fenn petra c’hellche kas ganti da ober plijadur d’he mab paour. Siouaz ! n’o doa ket kalz a dra, n’oant ket pinvidik. Setu hi o vont d’an dorz vara hag o tiskolpa eur pez tamm da gas ganti en eun dousier wenn.

— « Bara ! eme Ivonig, bara heiz d’eun den klanv, d’eun den toc’hor, marteze !… » Na diez e kave brema beza ker paour ! Biskoaz n’oa deut d’ezan c’hoaz ar zonj da glemm evitan e-unan, evit e vab e oa !

Mari-Anna ne lavaras ger. Great e oa he zonj ganti. Ar bara du-ze, great ganti he-unan, leun eus an ear vat ker red d’ar paotr, sur eo e rache vad d’ezan.

Mont a rejont d’an iliz ha d’ar presbital en eur dreuzi ar vourc’h. Hor Zalver Jezuz hep mar a lavaras d’ezo komzou frealzus e goueled o c’halon, hen hag a c’hoar mat kaout truez oc’h ar re a zo gwasket gant an anken. O veza n’helle netra-all evito, ar person koz a lavaras d’ezo o tiskouez an nenv : « Bezit kalonek, va mignoned, eus an huelder e leac’h ma ren, Doue a daol evez ouzoc’h ; ne lakaio ket war ho tiskoaz eur beac’h re bounner evidoc’h. »

Roazon !

An daou armeziad ne daolont nemeur a evez oc’h an tiez uhel, an traou koz, ar strejou hir. Digouezout a reont er c’hlanvdi. N’oa ket re abred !

Eul leanez a yoa dres o vont er-meaz. Pebeuz kemm etre dremmou distronket ar gozidi ha dremm yaouank, fresk, sioul ha seder al leanez-se ! Ar mousc’hoarz-ze a darz war he muzellou, daoust ha boaz eo d’e gaout, pe fellout a ra d’ezi dre eno lavaret d’ar gerent keiz kaout fizianz ?

Ivonig a goms outi da genta, o trailha gwella ma c’hell, kement eo eat berr warnan :

– « Gwenole, va c’hoar ?… Ni eo e dud !… »

Ententet he deus. Ne zale ket da lavaret d’ezo evit o disponta :

— « Bezit dinec’h, emezi. Ema ouz ho kedal. Abaoue deac’h dreist-oll n’eus ehan ebet gantan, defot gwelet ac’hanoc’h. Arabad e vezo d’eoc’h mont re vuhan gantan, gant aon na ve gwall-skoet. Kement eo dinerzet !… »

O ! o mab n’eo ket maro eta ! Emaint o vont d’e welet, da bokat d’ezan evit ar wech ziveza. Pebeuz eurvad !

Goustadik neuze, o teurel kalz a evez evit miret da ober trouz, ez eont er zal vras, test dilavar a gement a boaniou hag a dremenvanou. Klevet a reer klemmadennou adre ar ridochou gwenn. Siouaz ! an den a glemm o vont er bez evel ma ra o tont er bed ! E kreiz e vrud hepken eo ec’h en em gav krenv awalc’h evit gouzanv didrous.

Selaou a reont, oc’h eva e holl gomzou. N’o deus ket anavezet c’hoaz ar vouez garet.

— « Niveren 243 ! » eme al leanez o chom a-zav.

A ! setu hen ama ! Na pebeuz chenchamant a zo ennan, va Doue ! Liou ar c’hoar ’zo gant e zremm ! E zaoulagad bras digor frank a jom difinv da zellet oc’h ar memez leac’h !

— « Komzit a vouez izel, me ho ped ! » eme al leanez o pellaat evit o lezel ganto o unan.

Tostaat a reont, ha neuze an hevelep komzou tener a deu ganto.

— « Gwenole… Gwenole gez… Deuet omp d’az kwelet !… Poan ac’h eus, n’eo ket ’ta ?… N’anavezez ket ac’hanomp ?… O mab paour, koms ouzomp mar gellez ! »

Ar c’hlanvour a finv eun tammig gant kalz a boan. Evel eul luc’heden a dreuz e zaoulagad. O ya, o anavezet en deus sur. Eürus eo o c’houzout emaint aze tost d’ezan, hag al levenez a leunia e galon a ro d’ezan eun nerz nevez :

— « Deuet oc’h eta,va mamm… va zad…

Pebeuz eürusted evidon ! Nag aon am boa da vervel hep beza gwelet achanoc’h !… »

Mervel ! Lavaret en deus an dra-ze ! Douget en deus ar varnedigez spontus-se ha ne dle ket en dro ma c’hoaz dont da veza gwir evitan ! Nan, ne varver ket d’e ugent vloaz e kreiz kement a deneridigez !

Gant kalz a nerz eo e lavaront kement-se d’ezan. Al leanez koulskoude a deu adarre d’o c’haout.

— « Awalc’h eo evit ar genta gweladen, emezi gant keuz. Kredit ac’hanoun, lezit anezan brema. eur pennad e-unan ! »

Senti a reont dioc’htu evel bugale, hag ez eont kuit epad m’en em ro ar c’hlanvour da gousket reisoc’h eget kustum. Huvreal a ra, hep mar, en tour koz du ze, a zell oc’h ar c’houmoul o tremen, hag er mor bras a luskel bagou ar besketaerien.

Gwenole a zo dihun eur pennad ’zo pa’z eman diz roet Ivonig ha Mari-Anna. Ar c’housk hir-ze en deus great kalz a vat d’ezan. Finval, a ra eun tam mig hag, o veza lakeat e zourn war hini e vamm, e lavar evel pa oa bihan :

— « Mamm, m’em eus naon ! »

Mari-Anna en em gav nec’het. Nebeut goude, e tizolo he fakaden, hag e kinnig ar bara du d’ar paotr, o lavaret d’ezan :

— « Sell ’ta, va mab paour, petra ’m eus digaset d’it ? »

— « O, bara mat ! bara eus ar gear ! »

An hini a yoa toc’hor bremaïk eo a goms evel-se. E zremm a zeu da veza laouen. Savet eo en e goazez. C’hoarzin ha lenva a ra war eun dro o tibri ar bara-ze a gav meurbet c’houek :

— « Nag hen zo mat ! emezan gant nerz. Pebeuz sonj vat ac’h eus bet, mamm, ha pegement a vat a rez d’in ! M’am bije bet atao eus ar bara-ze da zibri… »

— « … Ne vijec’h ket klanv, n’eo ket ’ta ? eme ar « major » o tont, souezet bras o welet eur jenchamant ken trum. Me gred ive ! Ha p’eo gwir ec’h anavezan brema louzou ar c’hlenved-se a glasken parea en aner betek-hen, me a zo o vont da ober ar pez a zo em galloud evit m’ho pezo eus al louzou-ze kement ha ma kerot. »

Hag ar medisin a ya kuit hep teurel evez oc’h bennoziou an daou goziad a c’houie mat sur petra en doa c’hoant da lavaret.

Eiz dervez goude Gwenole a yoa en e di-soul o selaou trouz ar mor. Azezet e kichen e dad hag e vamm e tebre c’hoaz eus ar bara a zaveteas d’ezan e vuez.

C’houi, va Zalver Jezuz, eo ar bara-ze kuzet e Sakramant an Aoter !

Bara an nenv, bara ar gear, p’eo gwir eo an nenvou hor gwir vro !

Bara dreist pep bara, a zo ennoc’h an eürusded a glask hor c’halon !

Bara beo, n’hellomp ket beva hebzan, n’hellomp ket hebzan na treuzi na gouzanv poaniou an harlu !

O Bara mat ar gear, deuit da veza evit pep hini ac’hanomp ar bara pemdeziek !

Huvre aotrou Person Plogô


————


An avel a yoa krenv, me lavar, hag a c’houeze kalet o lakaat ar mor penfollet da redek hag an tarsiou da freuzi war ar renkennadou rec’hier a zo hadet etre enez Sun hag aber an Anaon. Klevet a read a bell ar sac’hadou mor oc’h en em deuler, gant eun trouz da vouzara, e Ifern spontus Plogô.

Unnek eur a yoa nevez skoet e tour krinet an iliz goz ; an aotrou person, Youen Kermadeg, a yoa en e bresbital o kas e japeled d’ar Werc’hez.

« Marvat, eme ar beleg santel war greiz pedi, ez ay adarre meur a hini, en noz-ma, da strad ar mor da eva eur banne. Pedomp mamm Doue da gas d’ezo keuz ha glac’har d’o fec’hejou a-benn m’en em gavint war dreujou ar bed-all. O Mari, Stereden lugernus ar mor, Patronez vat Breiz-Izel, pedit, pedit kalz evit ar bec’herien aheurtet-se ; grit d’ho Mab Jezuz ober d’ezo trugarez ! »

Hag e save e zellou nec’het war-zu skeuden ar Werc’hez krouet dinam.

An aotrou Kermadeg a yoa person e Plogô abaoue eun tregont vloaz bennak. Mat e oa evel eun tamm bara, ha digor d’an holl evel eul leor, en hevelep doare ma c’helled lenn en e galon o klevet e gomzou ; karet a rea e barrezioniz, evel ma kar e vugale ar gwella eus an tadou.

Gant e 430 den, gozik holl pesketerien, o veva war ar beg douar ze ken mac’hagnet gant ar mor, gant e zourradou avel fol1, Plogô a vije bet ar baradoz evit an aotrou Kermadeg, panefe ne gave ket Plogoiz troet a-walc’h gant ar relijion. Ar wazed en em roe d’ar vesventi ma’z oa eun druez. An dud paour ! roet o divije o ene d’an diaoul evit eur bannac’h hini krenv ! Ar merc’hed o-unan n’ez eant mui da govez gant aon da veza skandalet abalamour d’o fougeerez. Ar vugale n’eant mui war dro beleg ebet eur wech m’o doa great o fask kenta, hag ar merc’hedigou a gave ebatoc’h galoupat ar parkeier e pep seurt kompagnunez eget mont d’ar gousperou.

Hag an dra-ze eo a rea poan-spered d’ar person keaz ; ker glac’haret e oa ma ranne e galon en e greiz bep tro ma sonje en e barresioniz.

Ha koulskoude, nag a bedennou en doa lavaret, nag a yuniou, nag a binijennou evit an diankidi fiziet ennan !

« Tenval-zac’h eo, tenval-du, evel e ti an diaoul, a lavare ar person o sevel diwar e gador-bedi ; ne vezo ket dieas da Baol gornek samma va farresioniz en noz-ma… N’em eus ket da damall den, ken nebeut, perak n’em eus-me ket poaniet muioc’h d’o c’has war-zu Doue ?… N’ouzon ket an doare da zistaga bommou flour ; nan, n’oun ket helavar, red eo d’in ken anzav ; ha koulskoude, ma karfen… ! Klevet a reer blaz al leziregez war hed eul leo gant va frezegennou, ha re laosk e talc’han ar c’habestr. Eno ema an dalc’h : re e karan va bugale, va zud paour a Blogô ! A ! ar garantez a droc’h d’in va diouaskel !… »

Eur zourrad avel krenvoc’hig a deuas, hag an aotrou person da lakaat en e gerc’hen eur sin ar groaz eus ar re devota. Hag, o veza ma’z oa skuiz, ne zaleas ket da vont d’e wele.

Pemp munut goude, korf an aotrou person a yoa astennet e-touez e linseriou, endra ma’z ea e spered da… vro an huvreou.

Klevet a reas ar c’hleier o vralla evel da zeiz ar pardon bras ; kement a vole a yoa enno zoken mac’h horjelle ar c’hloc’hdi koz war e ziazez. Hag hen, paour keaz aotrou person Plogô, en em gave eno dirak iliz ar barrez, hep gouzout kaer na penaos na perak. E stol soken en doa digaset gantan eus ar presbital p’en doa klevet kement a drouz ; hag ez oa deuet da welet petra a dremene a nevez e skeud e iliz barrez.

Sevel a reas e benn, ha petra welas ? O, ne dalv ket d’eoc’h terri o penn o klask, rak ne gavfac’h biken ! Eur peziad den a welas e beg an tour, war e zremm eur baro hir m’en doa ar person mil boan o welet an daoulagad, daoust d’ezo da veza lugernus evel ar stered en eun nenvou digoc’hen.

Mat, Kristenien, an diaoul oa ; ya, hen e-unan, eat da bokat d’ar c’hilhog, kredet ho pije ?

An aotrou person n’oaket bet pell o tivinout, rak, setu ama ar pez a lavaras Paolig du, endra m’edo ar c’hleier e bole gwasoc’h evit biskoaz, e riskl bras da deuler ar bern mein d’an traon, kement-all a strons a yoa :

— « A ! A ! deuet out, aotrou Kermadeg ? eme ar pez fall o varmouzat ; deuet out, hein ! m’em eus gouezet brao tenna ac’hanout eus da wele tom ! Gwasa eo evidout ; mes red e vezo d’it selaou ac’hanoun ama, p’eo gwir em eus difen da vont beteg ennout. »

Gant kement a nerz e komze an eal divezet ma chome ar person bamet holl d’e zelaou, ha n’hellas lavaret nemet ken :

— « Penaos ! te eo a zo aze, spered milliget ? »

— « A ! A ! an hent bras a zo d’an holl, eme d’ezan adarre tad ar gaou ; dizro oun eus ober tro va eskopti gant an Ankou, va zervicher. Ar mare-ma dres eo en deus dibabet evit ober e eost dre ama. En noz-ma e vezo dervez bras gantan, o vedi, ha varc’hoaz mintin mat, er zac’h du-ma a zo ganen och va skoaz, e sammin hoc’h holl bennou fall ; ne vezo ket nemeur a bennou ed mat ; evidoun-me avat e vezo eun eost puilh, rak holl wazed Plogô a zo e stad a bec’hed marvel. »

— « Evel-se ’ta, evit lakaat eneou va farresioniz ker eo ez eus eur sac’h ganez ? a lavaras an aotrou person kez, rannet holl e galon. En aner eo eta em eus-me epad tregont vloaz pedet evit silvidigez Plogoiz ? Ha pe seurt gwir ac’h eus-te war va denved me ? »

— « Gwir al louarn war yer ar maner ! » eme an diaoul kornek o c’hoarzin ar pez ma c’helle.

— « Mat, eme berson Plogô, selaou brema ar marc’had am eus c’hoant da ober ganez. Mar kerez c’hoaz hizio lezel e peoc’h eneou ar paour keaz tud dianket-se, me a c’houlenno gant hor Zalver benniget rei d’it eun dervez diskuiz penn da benn war an douar. »

— « A zo mat, fidamdoustik 1 eme an eal fall ; hogen, en dervez-se ive koulskoude, e ranki lezel ac’hanoun da zamma kement a eneou ha ma c’hellin etre an oferen-bred hag ar gousperou. Emaoun pell a zo o sellet ouz meur a hini a gavan dare a-walc’h evit du-ma : Annaig ar Gwaï, ha pa ne ve ken, ar baotrez vrao-ze n’eo ket bet o kovez keit-all a zo, ha ne ra mui na Pask na Pantekost ebet…

An aotrou person a rea e zonj.

— « Mat, emezan, p’eo gwir eo hounnez sur a walc’h da vont ganez, e sammi anezi en deiz-se, mar ne deuz ket ac’han di da gaout keuz ha glac’har d’he buez fall. »

Hag o sevel neuze e stol war-zu beg an tour, e lavaras :

— « En hano Doue Bethleem, me, person, a zav diwarnout evit eun dervez en e hed ar malloz a zo war da benn, hag, e keit-ze, an traou benniget ne vezint ket enebourien d’it. »

— « Ha pe zervez, belegig, ac’h eus sonj da rei d’in evel-se ?

— « Ar 25 a viz meurz, deiz salud an eal Gabriel d’ar Werc’hez. lia brema, kerz, paour keaz rostet, ha kemer laouen bepbloaz an nebeudig heuriou a beoc’h a ro Doue d’it en e vadelez, evit dizrei adarre goude d’ar boan peurbadus ac’h eus chachet warnout. »

An diaoul, evit doare, a yoa ebat ennan ; disken a reas eus e glud gant kement a drouz ma… tihunas an aotrou person en eul lamm ; me lavar d’eoc’h e pakas eur souezen oc’h en em anaout en e wele e-touez e linseriou.

— « Na pebez huvre souezuz ! emezan o kas e zourn d’e dal kurunet a vleo gwenn-erc’h. Asa, daoust koulskoude hag-en eo eun huvre am eus great ? Daoust ha n’eo ket kentoc’h eur weledigez ? Aotrou Doue, Santez Mari, daoust ha deuet e vefet da welet ho servicher epad e gousk evit rei d’ezan eur c’helou pe eur gentel bennak ?

« Nan, n’em eus ket huvreet… An diaoul, re wir eo, a zo azezet aze war gilhog va zour tregont vloaz a zo, ha setu me o tont da ober gantan eur marc’had peurbadus. Roet em eus ar pevare eus va denved evit miret al lodennou-all ken darbet d’ezo int-i ive en em goll ! A ! ha mar n’em eus ket great mat !… Daoust ha gwir am boa-me da ober kement se ?… »

Div heur a skoas e tour koz ar barrez, hag an aotrou person ne gavas netra gwelloc’h da ober eget dizrei adarre da ober eur pennad kousket.

Da ober eur pennad kousket a lavaran ? Fazia avat a ran ; serret kloze zaoulagad gantan, an aotrou person a rea meur a zonj. N’oa ket evit kousket gant ar zonj c’houero en doa great eur marc’had gant an diaoul.

O ! an huvre-ze !… Eun huvre ?… Daoust ha n’oa ket kentoc’h eur c’hras a berz Doue ?…

— « O Aotrou ! emezan da Zoue, c’houi hag a lenn er c’halonou, gwelit pegen tenval eo em hini-me. Daou pe dri ene am eus lezet da vont gant an diaoul, mes daoust ha n’oa ket gwelloc’h d’in rei evél-se e lod d’an tan ha miret an hanter eus va farrez dioc’h an daonedigez eternel ?… O Doue madelezus, ho pezet truez ouzin ! Pardonit d’in mar em eus dismeganset ac’hanoc’h, ha diskouezit d’in an tu da zavetei ar pez a zeblant beza kollet… »

Ar c’housked ne deue ket, kaer en doa serri e zaoulagad, hag ar beleg mat a glaske dre e benn ar pez a c’hellje ober evit tenna Plogoiz a-dre skilfou ar Milliget.

D’ar zul warlerc’h, gwisket gantan e gaera dilhad oferenna, an aotrou person a zavas er gador goude an Aviel hag a zisplegas e huvre, pe e weledigez, d’e baresioniz.

— « Ha brema, va Breudeur, emezan, setu ama petra ’m eus sonj da ober evit sec’ha e fri da dad ar pec’hed. D’ar 25 a viz meurz e livirin va oferen eun tammig difreoc’h eget kustum, gwaza ze evit ar merc’hed ! Ober egiz ma c’hellint evit dont d’am heul ? Evit eur wech en eur dremen, ze ne ray netra. Kerkent ha m’am bezo kanet an Ite missa est, c’houi a grogo gant salmou ar gousperou, hag arabad e vezo d’eoc’h koll amzer ! En doare-ze ne vezo ket kalz a amzer etre an oferen hag ar gousperou, ha Satan, o fiziout war ar mar c’had ne vezo ket a brez warnan ha n’hello ket zoken samma an disterra eus va denvedigou keiz.

« Va bugale ger, ho tad oun, me eo a responto evidoc’h dirak Doue ; fellout a ra d’in ho kas holl davetan hep ma ’z afe nikun d’an ifern, daoust d’eoc’h da veza tuet da goueza ennan war ho penn. Doue, hep mar, a bardono d’in an taol finesa-ma a c’hoarian da Baolig, hag e kredan e teuio ho kalonou da deneraat o welet edoc’h ken tost d’an ifern. Evel-se bezet great. »

Adaleg neuze holl barresioniz Plogô a deuas da veza sent ; an tavarniou a zerras o doriou hag an hostizien a rankas mont da leac’h-all hag an iliz a deuas da veza re vihan evit digemeret an dud devot a deue d’an oferen ha d’ar gousperou bep sul.

An aotrou Kermadeg a zo maro pell bras a zo, ha brema, kredabl eo, a c’horre an nenvo en deus plijadur o sellet ouz korn douar Breiz-Izel a garie kement hag a zo bet tennet gantan evit atao eus a-dre skilfou an droug-spered.

Ha setu penaos e teuas ar c’hiz da gana gouspe rou dioch’tu goude an oferen-bred, da zeiz gouel Maria-Veurz.


————


Noz-veilh an anaon


————


Sonjit en ho tad, en ho mamm,
Er purkator e-kreiz ar flamm :
Va mab, va merc’h, ah ! selaouit !
En han’ Doue, hor zikourit !
(Eus Kantikou Kemper).


Kement ma a yoa d’an deiz kenta a viz du, da zerr-noz an dervez mara an Iliz gouel bras an Holl-Zent ha ma tigas sonj d’eomp eus hor c’herent a zo o leski er purkator.

Eur sutaden er c’horn-tro, hag e oe gwelet ar marc’h du o tont gant herr da jom a-zav dirak ti hent-houarn San-Tegonnek. Araok zoken m’o doa ehanet ahelou ar rodou da wigourat e weljod eun den yaouank o tisken, o lavaret kenavo d’ar vignoned o doa great hent gantan ; hag, o veza eat e-meaz an ti, o welet c’hoaz ar c’halabousennou ruz, e lavaras uhel :

— « Kenavo biken d’an arme ! »

Ha neuze, soun war e zivesker, e gasketen gantan war gostez e benn, hon den yaouank a yeas, gwech gant an henchou, aliesoc’h dre wenojennou evit en em gavout kentoc’h e Kreac’h-Kelen.

Kaer oa an traou a bep tu d’an neb a vije bet e spered gant oberou ar grouidigez. Eun sterig trouzus a rede he doureier d’an traon, a-dreuz ar roz hag an haleg ; al lapoused a richane o c’houblajou diveza araok kuzat o flun dindan an deliou melen ; ama hag a hont parkeier leun c’hoaz a zouladou, pe douarou alaret dare da zigemeret had eun eost nevez ; pelloc’h prajeier, koajou, keriadennou hanter guzet gant bochadou gwez evlac’h. Hon zoudard a anaveze an holl draou ze, ha daoust ma oa seiz vloa abaoue n’en doa ket o gwelet, n’edo tamm ebet e spered en sonj ganto.

Setu hen o chom a-zav en eun taol krenn ; gwelet en deus du-ze an ti soul ’lec’h ema e vamm ouz e c’hedal seiz vloaz hir a zo

— « Ha c’hoaz, nan, emezan, n’ema ket oc’h va gedal er pardaez-ma ; gouzout a ra awalc’h e teuin dizale, ne oar ket avat an dervez ; n’her gouien ket va-unan zoken pa skriven d’ezi va lizer diveza… N’eus forz, muioc’h a ze a blijadur a vo ganti digemeret ac’hanoun. »

Hag o veza lammet e dog soudard diwar e benn ez eas buanoc’h, hep sellet oc’h ar bochadou lann ha brouskoad a gave alies war e hent.

En draonien du-ze, pelloc’hik, her gouzout mat a rea, edo tour hag iliz e barrez, ’lec’h e oa bet badezet, ’lec’h en doa great e bask kenta, ha ’lec’h ez aje da skoulma e galon hag e vuez gant kalon ha buez e vestrezig, Fransezaïg an Ti-all.

Kredi a rea e kavche e vamm azezet e korn an oaled, ar chapeled koz ganti etre he daouarn, pe marteze o tibri eun tammig souben an tri zraig gant eul loa goad, evel diagent…

En tu-all eus an oaled e kavche e c’hoar vihan, sur awalc’h… E c’hoar vihan a lavare ? Bihanik oa sur pa ’z eas hen eus ar gear, hogen dont a ra kalz a vent d’ar merc’hed oc’h ober seiz vloaz. Na c’hoarzin a rache o welet e varo, e galabousen, e gaboten, e vragou ruz !…

Ha war gement se hor Breizad en em roas da gana ken na dregerne ar c’harter gant e vouez skiltrus.

Petra eo eta d’ar c’hleier son ken truezus ? Deuet eo ar pardaez-noz, ha brema e klev a bep tu ar c’hleier o tintal… o tintal ar glazou. Hag e teu sonj d’ezan eus e vreudeur yaouank, eus e dad, kaset gantan d’an douar benniget. E galon a deu da veza striz, hag ec’h esa lavaret an De profundis desket gantan gwechall war varlen e vamm.

Great en doa eur pennad brao eus an hent, edo zoken gant ar wenojen a gase war-eün d’e ger, pa glevas eur ganaouen e toull dor eun ti. Asten a reas e skouarn da zelaou, ha setu ama petra glevas :

« Pa sko ar maro war an nor,
« Stok er c’halonou ar c’hren-mor ;
« Da doull an nor pa deu’r maro,
« Piou gant ar maro a yelo ?

« Hogen, ne vec’h ket souezet
« Da doull ho tor mar domp digouet ;
« Jezuz en deus hon digaset
« D’ho tihuna mar doc’h kousket ;

« D’ho tihuna, tud an ti-man,
« D’ho tihuna, bras ha bihan :
« Ma’z eus, siouaz ! truez er bed,
« En han’ Doue hor zikouret !

« Breudeur, kerent ha mignoned,
« En hanv Doue, hor zelaouet !
« En hanv Doue, pedet, pedet,
« Rak, ar vugale ne reont ket !… »
.......................................................

Hag e welas, eur pennad goude, ar pentieg o tont davet ar ganerien. Eun aluzen a roas d’ezo o lavaret :

— « Evit an Anaon ! »

Ar zoudard a dizas anezo, ha e lavaras d’o zaludi :

— « Noz vat d’an anaoun ! »

Hag int i da zislavaret :

— « Ha noz vat ive d’ar re veo ! »

Ober a rejont anaoudegez hed an hent. Evit la varet mat, en em anavezet ez oant gwechall, hogen keit a yoa n’oant ket bet e tu d’en em welet !… Setu ma ped ar zoudard anezo da vont gantan betek e di da gana d’e vamm Kanaouen an Anaoun.

— « Va mamm, emezan, klaoustre n’anavezo ket mouez he mab ! »

Peger souezet e pe p’en em gavas dirak al leur, o welet an ti sklerijennet, kaer hag an nor digor frank da beb-unan !

— « Va mamm, eme ar paotr, n’eo ket kustum da jom ken divezat war-zav ! »

— « Santet he deus, kredabl eo, ez oa erru d’ar gear ! »

Mont a reas e-unan, didrouzik, da zellet dre ar prenestr ; hogen ne reas nemet eur zell korn, rak aon en doa da veza gwelet eus an ti, hag e teuas da gerc’hat e vignoned chomet er-meaz eus al leur, evit kas anezo didrouzik betek dor an ti. C’houezi yen a rea, ar c’heaz, rak ne gleve netra o finval en diabarz.

Ar baotred a grogas evelato gant Kanaouen an Anaoun ; endra ma’z ea ar c’han endro ganto, goustad ha gorrek, ar zoudard a reas sin ar groaz hag a lammas didrous dreist an treuzou.

Edod o kana

« Breudeur, kerent ha mignoned,
« En hanv Doue hor selaouet !
« En hanv Doue pedet, pedet,
« Rak ar vugale ne reont ket !… »

Setu hene kreiz an ti, dallet gant ar sklerijen… Hag ar c’hân a gendalc’h atao da vont en-dro…

« Gant ar re hon deus-ni maget
« Edomp pell zo ankounac’het,
« Gant ar re hon deus-ni karet
« Hep truez ez omp dilezet… »


Gwelet a c’helle brema… War ar bank-tosel harp oc’h ar gwele, ’lec’h ma kouskas pell amzer, ez oa pemp pe c’houec’h maouez azezet, ar chapeled ganto en o dourn. Tre, er goueled, ez oa eur chapel wenn, ha tro-wąr-dro peder goulaouen goar war elum… Pebeuz taol a skoas kalon ar zoudard !… Klevet e oe eur glemmaden c’haro, pa’z edo ar ganerien gant ar poz war-lerc’h. Ar re-ma a deuas ive en ti, strafuilhet holl gant an darvoud. E-harz ar gwele a varo, ’lec’h m’edo e vamm, ar zoudard kez drouk-livet holl, liou ar maro ive en e gerc’hen, a yoa kouezet etre divreac’h e c’hoar

— « D’an daoulin !… D’an daoulin holl, gwazed, eme ar wreg a lavare pedennou an noz-veilh : De profundis !… »


————


Klenved ar Gear


————


Er zal vras, ’leac’h e oa diou renkennad gweleou tud klanv, ar c’hoar Santez Anastaz a yea hag a deue, eun tavancher gwenn en he c’herc’hen. Bep eur mare e c’helled gwelet he dremm dous, disliv, glan evel hini eur werc’hez, ha madelezus evel hini ar vamm wella.

Mont ha dont a rea, hag ar glanvourien a yoa eun dudi evito sellet ouz ar c’hoar yaouank. Va Doue, ya, yaouank e oa zur, p’eo gwir n’he devoa ket ouspen ugent vloaz.

Deuet e oa da Zant-Romen gant diou pe deir c’hoar all da rei dourn da dud ar c’hlanvdi da brederia oc’h ar re vac’hagnet er brezel digernez a oa etre ar Frans hag ar Prus.

O veza ma kemere kalz a boan hep selaou morse mouez ar skuizder, e oa deuet a benn, azalek an deiz kenta, da c’hounit kalonou an holl. Ha neuze, he mouez hag a yoa evel eur muzik d’an diskouarn, he mousc’hoarz par da hini ar c’hoanta krouadur, a roe kalon zoken d’ar re a c’houzanve ar poaniou krisa.

Ar zoudarded keizen em gave eno en o eaz, me lavar. Goude beza bet e-kreiz an tân, tostik d’ar maro, ar baotred yaouank-ma a groge a-nevez er vuez, a zantent awalc’h o c’houeza adarre a-nebeudou en o gwazied.

Ar c’hoar vat a wele gant plijadur an nerz-kalon hag ar fizianz o tihuna e kalonou he c’hlanvourien.

Aon he doa koulskoude evit unan hag a yoa du-ze, er penn pella, harp e wele oc’h korn an diou voger.

Eur Breizad oa, leun e spered a velkoni, pleget atao warann e-unan, hep ma taolche morse an distera evez oc’h lavarou farsus e amezien.

Ar c’hoar a yoa nec’het bras gant an dristidigez a zalc’he da jom war e dal.

— « Red eo didua e spered dallet gant sonjezonou tenval, a lavaras a louzaouer. »

Hag ar c’hoar baour a rea ar pez a c’helle evit laouennaat ar Breizad.

« Alo, Kergelar, kemerit ’ta eun tammig kalon. Setu m’eo serret ho kouli, hag ar paz a zo eat holl diouzoc’h. Lavaret a reer e vezo sinet ar peoc’h dizale, hag e c’hellot distrei d’ar gear a-benn nebeud. »

O sevel neuze e zaoulagad digor bras, evel pa vije o nevez-ober eun huvre, Kergelar a heje e benn. Eun dra bennak a lavare d’ezan ne dlie mui gwelet lanneier Breiz, ’leac’h ma c’houez avel sall ar mor e-touez ar balan hag ar brug ; ne welje mui Kererault, ar gearik koant-se savet a-zioc’h an Treiz, ’leac’h m’edo e dad, e vamm, e vreudeur, e c’hoarezed…, nag ar groaz vean savet er c’hroaz-hent gant e dud koz… Eno eo e oa deuet e zousig Ivona, e vestrezig, da lavaret kenavo d’ezan ha da lakaat en e gerc’hen ar vedalen venniget e pardon diveza ar Feunteun-Wenn…

C’hoar Santez Anastaz a gemeras an hardiziegez da ober goulennou outan. Eun tammig e rusias he zal pa anzavas Kergelar d’ezi ar garantez dener hag eün en doa evit Ivonaïg. He ene gwerc’h a zaoulammas, hag e teuas d’ezi eur mennoz. Rei a reas he ger da Gergelar e skrivche d’ar plac’h yaouank. Dont a reas ar Breizad da veza laouen o sonjal en divije kelou hep dale eus e dad hag e vamm, hag ive eus Ivonaïg, levenez e galon, a yoa du-ze enkrezet oc’h e c’hortoz. Gant al lizer-ze, hep mar ebet, e viche ive eun tammig c’houez eus lann Kererault, c’houez Breiz-Izel.

O ! nag a vad a reas d’ezan ar zonj-se !

Setu m’en em gavas gwelloc’h epad eur zizun. Sevel a rea bemdez, hag ez ea da gichen an tân gant e vignoned. C’hoarzin a ranke awechou o klevet o, c’honchennou ; evel-se e kolle eur pennad an neuden eus e huvreou tenval.

Bemdez e c’houlenne gant c’hoar Santez Anastaz hag-en n’oa ket a gelou eus ar gear.

— « N’eus lizer ebet c’hoaz, va mignon ; hogen, arabad eo beza souezet a gement se ; n’eo ket eas brema kas ar c’heleier… Dont a raio marteze araok an noz ! »

Ha neuze penn Kergelar a goueze adarre war ar penn-wele. Koll a rea a-nevez ar c’hoant-dibri. Red e oa neuze d’ar c’hoar gez sevel huel he mouez evit ober d’ezan kemeret eun dra bennak. Ma tigoueze ganti rankout mont wardro eur c’hlanvour all, ar Breizad a gase ar pladig pell dioutan. Lakaat a rea adarre e benn etre e zaouarn, hag hen buan da Vreiz-Izel war nij. Netra n’helle ober d’ezan dizrei de vuez gwirion, nemet an hini he devoa touet gant skoazel Doue miret da Ivonaïg he muia-karet divroet.

Evito eo e pede ar C’hoar santez Anastaz, evit an daou grouadur-ze, — eus he oad, — a en em gare kement ha ker mat. Pedi a rea evito epad ar momejou dister a leze ganti ar preder a gemere ouz ar re glanv.

En despet koulskoude d’ar preder a gemere gant Kergelar, n’helle ket kas dioutan an dristidigez, ar velkoni a yoa oc’h her c’hrina. Fallaat a rea. Dont a rea da veza treut, en hevelep doare na jome mui nemet ar relegou anezan. N’en doa mui awalc’h a nerz evit disken e-unan eus e wele. Deuet oa da veza dizeblant, na wele mui netra, nemet marteze du-ze er pellder. Hag ar pez a yoa gwasoc’h, ne lavare mui netra divar-benn al lizer skrivet d’ar gear hag edo kement war c’hed anezan eun dervez bennak diaraok.

Ar medisin a heje e benn gwenn hag e skoaz ledan. O skriva e ursiou er gambr, e-kichen, e lavaras d’ar C’hoar :

— « N’hellan mui netra, va C’hoar. E spered hag e galon a zo klanvoc’h eget e gorf. Red e ve e gas d’ar gear buan ha buan. Ne welan ket e ve eun dra bennak-all da ober. »

Ar C’hoar a zonjas e raje mato skriva a-nevez da Ivona, o kredi e oa bet kollet al lizer kenta. Kement-ma a zeblantas ober vad da Gergelar. Pedet he devoa Ivona da rei respont kenta ma c’hallje, hag e krede, ar C’hoar gez, ez aje gwelloc’h an traou hiviziken. Tremen a reas en e gichen kement begad amzer a c’helle kaout da ziskuiza eus he labouriou tenn. Konta rea d’ezan mil ha mil sorc’hen evit e lakaat da c’hoarzin.

Lavaret a reas d’ezan eur vintinvez o tigouezout e kichen e wele :

— « Ne deuot morse a benn da c’houzout pe Seurt sonj a zo deuet d’in. Ne dalv ket d’eoc’h klask, rak ne gavot ket ; gwelloc’h e kavan lavaret d’eoc’h dioc’htu… Sonjal a ran el levenez ho pezo dizale o welet adarre lanneier Breiz-Izel — rak hep dale e teuio d’eoc’h o « kounje », — hag e viot eürus pa welot o tont warzu ennoc’h ar baotrez vat-se a roas d’eoc’h he ger hag he c’halon, du-ze, e kichen Kroaz-an-hent ! »

Mousc’hoarzin a reas gant kement a boan, ma oe mall gant ar C’hoar lavaret warlerc’h :

— « Eur zoudard kalonek eveldoc’h ne zeu ket da fallgaloni abalamour d’eun dervez pe zaou ma rank gedal… An nep en deus bet an enor da veza lakeat war roll « urz an deiz » hag a zo bet goulennet d’ezan medalen ar zoudard a c’hell beza ha bask awalc’h evit gedal eun nebeut derveziou. »

Eur skrijaden a levenez a dreuzas memprou ar c’hlanvour pa glevas hano a vedalen. Hag ar C’hoar a gendalc’has da lavaret :

— « Ar vedalen ho pezo, rak den n’her gounezas muioc’h egedoc’h… Pegement a fouge a vezo en Ivona pa vezo kazel ha kazel ganeoc’h !… » Eul luc’heden a lorc’h a dreuzas e zaoulagad.

— « Deuet eo ar poent da leina. Me va unan eo a zigaso d’eoc’h da zibri. Red eo d’eoc’h kemeret nerz mar fell d’eoc’h gellout mont d’ar gear dizale. »

Antronoz edo ar C’hoar o tont er-meaz eus he c’hambr hag o tisken ar skalier vean. Sonjal a rea e Kergelar, hag e lavare enni he-unan :

— « Mont a ran dillo da welet hag eat eo war wellaat. »

Dres, pa’z edo o lakaat he zroad war ar bazen izella, beleg ar c’hlanvdi gwisket gantan e zourpiliz a yoa o vont diwar wel. Buan, buan ec’h hastas mont da gambr al louzeier.

— « Va c’hoar, emezi d’al leanez en em gave eno, daoust da biou eo nevez roet e zakramanchou ? »

— « Unan eus ho klanvourien, va C’hoar, eur Breizad, a zo klanv gant klenved ar vro, hervez ma lavar ar medisin. »

Ar C’hoar santez Anastaz a gasas he dorn d’he c’halon ; lammet a rea. Ha hi ac’hano da gaout hor c’henvroad. Eur mevel a yoa en e zav dirak gwele Kergelar.

Dont a reas e-trezek ar C’hoar hag e lavaras d’ezi war eun ton ken dizeblant, a vouez izel koulskoude :

— « Me gred, va C’hoar, ema o vont da dremen ! »

Kergelar a zigoras e zaoulagad. Anaout a reas ar C’hoar santez Anastaz ; hag evel p’en divije c’hoant dhe zrugarekaat da veza eno, en e gichen, e reas eur mousc’hoarz outi. Hag e trailhas ar c’homzou-ma :

— « Medalen… lizer… Ivona !… »

Hag o veza great eur skrijaden, e ene a zistagas goustadig dioc’h e gorf. Maro e oa.

Gant eun dorn o krena, ar C’hoar a glozas d’ezan e zaoulagad ; goude e krogas er sizailh a yoa a ispilh oc’h he chapelet greun bras, hag e troc’has eur guchennad vleo o lavaret :

— « Evit kas da Ivona ! »

Koueza ’reas neuze d’an daoulin, marteze evit kuzat he daelou, hag e pedas eur pennad.

P’edo o lakaat he zreid er-meaz eus ar zal e kavas ar Zuperiorez o tont gant eul lizer ; her c’hinnig a reas d’ezi : lizer Ivonaïg oa, al lizer-ze hag a zigase — siouaz ! re zivezad — c’houez vad lanneier Breiz-Izel !

...................................................................................................................

Klanvourien geiz, soudarded ha martoloded ar c’hlanvdiou, gouelit !… Kemerit ho mouchouar da zec’ha ho taelou !… Lavaret a reer ec’h analec’h talvoudegez ar C’hoarezed karantezus !… Emaint boutet er meaz, dre-oll, kouls lavaret, hag ez eus deuet laïkezed en o leac’h ! Gwaz a ze evidoc’h !


————


Ar C’hleier o tizrei eus a Rom


————


Gant bannou kenta heol c’houek an nevez-amzer, ar yeod a deu da c’hlaza, an deliou a wisk skourrou ar gwez, ar gwez-frouez a zo goloet a vleun hag a roio frouez kaer divezatoc’h ; zoken ar plant a jom glas epad ar goaný a zant eur voueden founnus, o gwad d’ezo, o pignat da nevezi o liou koz.

Klevet a reer er bodenno al lapoused o tisplega o zoniou laouen ; an dubeed, kustumet da jom tost d’ar gear gant aon rak ar gwall-amzer, a gred brema nijal uhel ha mont war ar meaziou da glask ear wat hag heol tom dindan an oabl glas.

Du-ze, en hent goloet a wez kistin, setu eur c’haz astennet, o tomma e gov en heol benniget.

Er penn pella eus ar vourch e kaver eun ti, doare brao d’ezan gant ar glazvez a zo tro-war-dro, ar bokedou, an henchou kempen goloet a drez munut. An ti-ze koulskoude ne vez morse laouen an dud ennan. Ha setu ama perak.

Eur wreg a dremen dirak prenestr ar zolieradur uhella, hag e klever trouz en ti-ze ker kustum da veza sioul. Rei a reer ursiou striz ; ne glever ken : « Taolit evez !… arabat ankounac’haat !… diwallit !… »

Setu tri den o tont er-meaz eus an ti : eur bugel, koant evel eun ealig, gant e zaoulagad glas, e zell gwerc’h, e vleo melen, e zrem speredus ; drouk-livet eo avad ar paour keaz paotr… ; daou zen-all a zo krog ennan, unan a bep tu ; kement a evez a daolont war ar c’hrouadur m’eo eas gouzout ez int e dad hag e vamm.

Mont a reont gant hent ar gwez kistin, ar c’hi ouz o heul, ken souezet o welet e vestr yaouank er-meaz, ma lamm, ma tilamm, o leuskel youc’hadennou a levenez adlavaret gant hekleo skiltrus ar c’haniou tro-war-dro.

Ar c’hlanvour bihan koulskoude a zo deuet buan da skuiza, ha setu ma c’houlen azeza, ar pez a reont prestik goude war yeod flour a zo en o c’hichen.

Ar paotrig a zo e kreiz ; an heol yac’h a deu da alaouri e bennad bleo melen, endra ma tremen dre benn e vamm ar c’homzou-ma lavaret gant al louzaouer : « Chom a ray beo mar gwel ar c’henta heol tomm… » hag e lavar da c’houde : « Ema dispak an heol, ha va Ivonig a vousc’hoarz outan. »

Ar Yaou-Gamblid e oa ; ha du-ze, dindan bolz an iliz koz, an aotrou person gant e vouez krenerez a gane :

— « Gloria in excelsis Deo ! »

Ar c’hleier a yoa holl e bole evel d’ar goueliou brasa.

— « Perak ’ta, va zad, e son kement ar c’hleier hirio ? »

— « O lavaret kenavo emaint ; mont a reont da Rom epad tri dervez. »

— « Ha da ober petra, va zad ? »

— « Ankeniet int ; ar mabig Jezuz a zo o vont da vervel, hag ez eont da Rom da zini e c’hlazou. »

— « E pe leac’h ema Rom, va zad ? »

— « Rom, va mab, a zo pell bras du-ze, pell bras, pell bras ! »

— « Penaos e reont neuze evit mont du-ze ? »

— « An elez a zoug anezo… »

— « A ! » hag o trei oc’h e vamm e lavaras : Deomp, mamm, eus da gambr ni a welo an elez o tremen. »

Gant ar mall bras en deus da welet ar sperejou eürus, setu ar bugel o kerzet war-zu an ti ; hogen, gant aon na zigouesche ket araok ehan ar c’hleier da zini, e ped e dud da vont buanoc’h ; hag int-i, ken eürus o welet ar vuez o lugerni en e zaoulagad, a asten o divesker evit digouezout kentoc’h.

— « Va zad, dougen ac’hanoun, pe e vezimp divezat. »

Hag an tad, oc’h e lakaat war e vreac’h, a gerz, a gerz buan ; hogen, daoust da-ze, e oa ehanet ar c’hleier da zini pa zigoueschont dirak prenestr an uhel.

— « Va zad, daoust hag eat eo ar c’hleier ebiou a benn brenna ? »

— « An elez, va mab, a ya buan, hag an iliz a zo tost : eat int dreist hor pennou. »

— « Mad, va zad, tosta va gwele oc’h ar prenestr ; me fell d’in o gwelet o tizrei. »

Hag ar vamm da ziwiska ar paotr, endra ma ra an tad al labour merket d’ezan gant e vab. Siouaz ! eat eo buan al levenez ebiou d’ezo ; an derzien a zo krog adarre er paotr kaez ; krena ’ra ken na strak e zent an eil oc’h egile, riou en deus.

Deuet eo an noz. Alteri a ra ar paotrig paour. « Ar c’hleier… an elez… Mabig Jezuz… mervel !… Va mamm… ar c’hleier… dizrei !… trouz !… Dizav ac’hanoun, va zadig, ma welin ar c’hleier… »

Kollet gante ar fizianz vat o doa bet, an tad hag ar vamm a c’hed an deiz gant kalz a enkrez, o lavaret e teuy marteze an alter da derri.

Nag hir e oe an noz !!!

Pemp heur a zonas pa zihunas Ivonig, e dal goloet a c’houezen. Kenta tra ’reas e oe goulen ouz e dad hag en n’oa ket dizro ar c’hleier.

Hag hep gedal respont e dad, ar paotr a c’houlennas da eva. Hogen, endra ma kinnige e vamm d’ezan da eva, houma a welas e oa a-benn neuze evel eur goabren war daoulagad he mab !

— « Echu eo gantan ! » emezi, oc’h en em deurel etre divreac’h he fried ; ha hi da ouela dourek. Kaout a rejont koulskoude eun tammig nerz kalon pa gouezas o zellou war skeuden hor Zalver stag oc’h ar groaz.

— « Hor Zalver benniget, dres d’an heur-ma, a yoa war e dremenvan, hag, evel ma welomp hor bugel o vervel, Mari, e vamm, a yoa glac’haret bras en e gichen. Ha ma ne c’helle-hi netra evit miret oc’h youl Doue da zeveni, penaos e c’hell femp-ni an disterra tra evit hon Ivonig ker ?… » Evel-se e komzas an tad.

Edont a bep tu d’ar c’havel pa darzas an deiz. An heol avat ne zispakas ket. Koumoul du a ledas an dristidigez war ar bed-holl.

Ar bugel a yoa en e basion… alteri a rea atao.

Digeri a reas e zaoulagad wardro eiz heur, hag o testum e holl nerz e c’halvas :

— « Tad !… Mamm !… » Leun a enkrez, an daou bried a stouas war ar c’havel…

— « Daoust hag ar c’hleier a deuio dizale ? »

— « Ne deuint ket c’hoaz, va mignon ; warc’hoaz hepken. » Hag e klaskas Ivonig sevel en e goazez ; oc’h asten e zivreac’higou, e lavaras :

— « O ! o !… setu i… emaint o tizrei !… Mont a ran d’o heul… Jezuz !… »

Pennig koant an eal a gouezas war skoaz e vamm ; kollet he devoa he mab er bed-ma,

Antronoz, goude beza sonet dazorc’hidigez[7] hor Zalver Jezuz-Krist, ar c’hleier a embannas maro Ivonig.



————


MUIOC’H A HENOR D’AN DUD PINVIDIK
            ER BARADOZ KOULS HA WAR AN DOUAR


————


Bevet o doa o daou e-kreiz ar vrasa dienez, en enkrez, er renk izella e-touez an dud hag e oant deuet brema da veza koz an eil hag egile.

Pa astennas ar gwaz e gorf evit ar wech diveza war an dournad plouz a dalveze d’ezan da wele, ar vaouez a welas a-walc’h edo o vont da goll an hini a yoa bet he skoazel. Kregi a reas enni eun anken vras, hag o veza ne gave mui an nerz-kalon a vije bet red d’ezi kaout evit kenderc’hel da vale he-unan war hent ar vuez, setu hi oc’h asten ivez he faour kez korf e-kichen hini he gwaz.

Mervel a rejont unanet er maro, evel ma ’z oant bet unanet er vuez ; o daou e tihunjont d’an hevelep pred war dreuzou ar bed-all ; o daou ez ejont harpet an eil war egile dirak barnedigez an Aotrou Doue ; hag o daou ivez e oent salvet. Hor Zalver a roas d’ezo eur paper evit mont da gaout sant Per da lavaret d’ezan digeri d’ezo dor ar baradoz. Ne dalvez ket d’in chom pelloc’h da lavaret d’eoc’h pegement ez oant eürus.

Hogen en em gavout a reent c’hoaz gwall-zinerz gant an diouer eus a galz traou a yoa bet red d’ezo gouzanv er bed-ma ; skuiz e oant ivez gant an hent o doa ranket ober eus an douar-ma d’ar bed-all hag, a-hend-all, chom a rea c’hoaz eun dra bennak war o spered eus ar spont o doa bet epad ar varnedigez. Hag abalamour da gement-se holl e kavent ebat kemeret o amzer evit mont eus lez-varn Doue d’ar baradoz ; brao-tre e kavent ar vali bindivik o doa da heul evit mont d’an eürusded. Ha perak n’o divije ket kemeret o amzer, p’eo gwir e oant sur eus o baradoz.

Mont a reant eta laouen-bras, o zal diroufen, ar mousc’hoarz war o muzellou, hag ec’h event o gwalc’h eus ear yac’h ar baradoz. O zeodou zoken a yoa distagellet-mat ; selaouit anezo :

— « Ac’hanta, gwreg, a lavare ar gwaz, petra lavaren-me d’it dalc’hmat ? Ha petra leverez eus an digemer en deus great an Aotrou Doue d’eomp ? »

— « A ! va gwaz paour, emezi, ya, ar wirionez a yoa ganez ; digemeret brao omp bet gant an Aotrou Doue. Ha piou en divije kredet morse e vije bet digemeret gant kement a henor tud eus hor seurt, daoust d’an truilhou a yoa war hor c’hein ha d’ar boutou-ler diseul a yoa ouz hon treid ?... Piou en divije lavaret e rajed en nenvou eur seurt digemer da dud hag a yoa war an douar reuzeudikoc’h eget chas, a veze sellet outo gant dispriz, pa zelled outo zoken, rak d’ar peurliesa e tec’hed diouzimp evel ma tec’her diouz ar vosen. »

— « Sell, maouez, ama en nenvou, evel em eus lavaret d’it kant gwech, ama n’ez a ket an traou evel du-ze, war an douar. Ha koulskoude, santez Anna ! red mat eo d’in anzav, n’edon ket tre em eaz bremaik, abalamour ma c’helled gwelet dre doullou va bragou n’oa, siouaz ! roched ebet war va c’hroc’hen. Te da-unan, gwreg paour, ya, te da-unan, sellet em eus ouzit, te a yoa dieas ; lakaat a rees da boan evit beza dereat dirak ar zent hag ar zantezed a rea an dro d’Hor Zalver. A drugare Doue, den ebet, a gement ma ouijen, n’eo bet re zouezet o welet da zivesker noaz. »

— « Tra ! tra ! eme ar wreg, en eneb eo ; n’ec’h eus ket gwelet penaos ez oun bet saludet gant sant Josef ? »

— « Ha te, maouez, n’ec’h eus ket gwelet ar mousc’hoarz he deus great d’in ar Werc’hez ? »

— « Hag an elez o sellet ouzimp evel pa vijemp bet tud a ouen vras ? »

— « Hag an Aotrou Doue ’ta, en deus lavaret d’eomp : Ra viot deuet mat em lez, va bugaligou ! »

— « A ! va gwaz ker, eme ar wreg, ma welje ar re binvidik penaos e reer d’eomp brema, marteze e savje mez ganto da veza bet ker faeüs en hor c’henver. Na me a garfe gwelet o ardou !… »

— « Ya, ober a rafent beg moan, me gred, rak ne dalv ket d’ezo gedal beza digemeret ama evel ma ’z omp-ni bet. »

— « O feiz, nan avat ! eme ar wreg… Ya, mar vat sur !… Pep-hini d’e dro ; leal eo, mechans ! »

— « Ha koulskoude, maouez, lavar ama d’in, pet gwech ec’h eus-te grosmolet o welet eazamanchou ar binvidien, pa oa red d’eomp-ni dioueret eur bern traou ? Hag e lavares neuze : « Tiez brao o deus, ha dilhad kaer ivez, mitizien, mevelien, kement ha ma karont : netra ne vank d’ezo. Ha perak n’hon deus-ni ket bet hon lodig ivez eus an traou-ze ? Petra hon deus-ni great da Zoue ? » Sonj mat ac’h eus, n’eo ket’ta, va gwreg ? »

— « Ha perak, va den, digas an traou-ze war c’horre ? »

— « Evit digas sonj dit eus ar pez a lavaren neuze, eo an Aotrou Doue eun tad mat, e ro kement ha kement da bep-hini abret pe zivezat, hag ar re n’o deus ket bet o eürusded war an douar o devo anezi er baradoz, mar n’o deus great netra evit he c’holl. Ne felle ket d’it selaou ac’hanoun neuze, va gwreg, pa lavaren d’it eo Doue al lealded dreist. »

— « Gwelloc’h e ve d’it rei peoc’h va gwaz, n’eo ket klevet a rafe an Aotrou Doue ac’hanout. »

— « Arabat eo d’it kaout aon, va gwreg ; Doue a zo re vadelezus evit kastiza ac’hanomp brema abalamour d’an dra-ze. Kastizet out bet war an douar, dre ma’z eo bet red d’it gouzanv muioc’h, evel ar re na fell ket d’ezo plega da Zoue. Ya, kouls eo d’it hen anzav, n’oas ket a galon vat er stad m’oas lakeat gant Doue. Grosmolat a raes a-wechou, hag alies enep pep skiant vat. N’eo ket gwir an dra ze ? Pet gwech n’ec’h eus-te ket great d’in pep seurt rebechou disleal ha diskiant ? Lavaret a raes evel-hen : « Mar ez pije an dra-ma hag an dra-hont ne vijemp ket ker reuzeudik ! » Kaer am boa lavaret d’it n’hellen netra hag edomp evel-se dre ma felle da Zoue hag evit hor brasa mad da zont, te a rea gwap, hag a heje da skoaz : « Evit hor brasa mat da zont ? » emezout. Ya, va gwreg, heja raes da skoaz gant fae… ne gredi ket dislavaret ac’hanoun evelato ? »

— « Lavar d’in ’ta, va aotrou, petra eo d’it c’hoari an heg ganen hizio en doare-ze ?

— « C’hoari an heg, tamm ebet, va gwreg. Ma lavaran an traou-ze eo evit diskouez d’it edo ar wirionez ganen gwechall pa lavaren d’it e vichemp pinvidik bras eun dervez abalamour ma ’z oamp paour war an douar. Pa veze great ken nebeut a stad ouzomp gant ar re binvidik, me lavare d’it e vichemp digemeret evel prinsed e baradoz an Aotrou Doue, ha gwelloc’h zoken, p’ eo gwir e tle ar beorien beza da genta er baradoz. »

Great o devoa eur pennad brao a hent evelse, hag ez oant digouezet kouls lavaret e penn o beach ; gwelet a reant, du-ze, e penn ar vali, an nor vras alaouret a yoa o vont da zigeri evito.

Setu eun eal o nijal evel eul lapous ’us d’o fenn. Heulia a rae hent an daou goz, da lavaret eo e teue eus lez-varn an Aotrou Doue hag ez ea war eün d’ar baradoz, en e zourn eur paper bras evel eur gazeten, eur siel ledan warnezan.

Ne oe ket pell o vont betek an nor aour. Ha kerkent e oe klevet evel eur pez taol morzol o koueza war an nor. Prez bras a yoa war an eal, evit doare.

O klevet kement a drouz, sant Per a deuas buan da welet petra a yoa a nevez. An eal a lavaras eur ger bennak hepken, ha sant Per kerkept o vont da zigeri an nor dioc’h an daou du ; goude e krogas e korden ar c’hloc’h bras a yoa eno e-kichen, ha da jacha warnan, evel p’en divije bet c’hoant rei da glevet eur c’helou eus ar c’haera da dud eürus ar baradoz.

O klevet ar c’hloc’h bras e bole e teuas eur bagad bras a zent hag a zantezed da doull an nor. Dioc’h pell n’oa ket eas klevet ar pez a lavarent ; hogen, dioc’h o doare, dioc’h gwelet anezo e oa anat edont oc’h ober goulennou ouz sant Per hag ouz an eal, hag ar pez a glevent a rea d’ezo beza meurbet souezet ha laouen war eun dro. Dizrei a rejont war o c’hiz goude beza kemeret kuzul an eil digant egile ; hogen, dizale e teujont adarre, o tougen, lod garlantez ha kurunennou bokedou fresk outo, ha lod-all bannielou eus ar re gaera. Re-all a zave eun nor nevez gant skourrou glas ha bokedou aour hag arc’hant, evit ober henor d’an nep a dremenje dre zindanni.

Eun dra anat e oa dan daou bried ez ead d’ober eun digemer eus ar grana da unan pe… da veur a hini.

Hogen, an den, pe… an dud-se, piou e oant ?… Sonjal a walc’h a reant, ha koulskoude hini ebet anezo ne grede lavaret d’egile ar pez a yoa war e spered. Hag e sellent a gorn an eil ouz egile, hag e save c’houez enno… Mousc’hoarzin a rankent o welet kement-all. Hag, e gwirionez, daoust ha ne zougent ket en o c’herc’hen holl aroueziou ar baourantez, a gas da blasou kenta ar baradoz ?

Great ganto o labour, ar zent ha santezed a yeas war diou renkennad, hag a deuas daou ha daou er-meaz eus ar baradoz. Sant Per a yoa da genta, hag ar re-all a deue war e lerc’h, bannielou, skourrou palmez, garlantez ha kurunennou ganto, hag ez eant goustadik ’trezek an daou bried.

— « Lavaret a ran d’it, va gwreg, eme an den koz, n’ouzon petra da zonjal eus kement ma ; lavaret a rafed e teuont da ambroug ac’hanomp. »

— « Ya, ya, va den, lavaret a rafed sur. N’em eus mui douetanz ebet zoken. Sell ta, ema an eal o tiskouez ac’hanomp gant e viz, hag ar zent a zeblant kaout kalz a levenez ouz hor gwelet… Gra ’ta d’ezo ar zalud gant da zourn, p’eo gwir n’ec’h eus tok ebet… Gra c’hoaz ! c’hoaz ! buanoc’h ! buanoc’h ! hag izelloc’h !… Dal ! setu m’eo bet darbet d’in koueza, kement e stouen !… A ! ma welfe ac’hanomp ar re binvidik a zo aze, en traon, nak a zisplijadur o defe !… N’eus forz, karet em bije beza gwisket kempennoc’h evit mont dirak ar zent ha santezed-ze gwisket a aour hag a berlez… »

— « An dra-ze avat, va gwreg, a zo eun dra sklear, a lavaras an ozac’h, ne vezo ket sellet nemeur ouzit pa vezi gwelet a dost. »

— « Hag ar zantezed ne vezint ket douget da zellet ouzit-te, va ozac’h, » a lavaras kerkent ar wreg kroget ar c’helien enni.

— « Mat eo ! mat eo ! va gwreg, eme ar gwaz. Laka da goef eünoc’h atao, ha kuz dindannan ar c’huchennadou bleo gwenn a zo a istribilh oc’h da ividigou. »

— « Ha te, va faotr, eme ar wreg, laka da zaou zourn da guzat an daou brenestr a zo digor war bennou da zaoulin. »

— « Me a gred d’in, komerez, n’eo ket dereat da zaou bried a zoare, evel ma’z omp, beza dalc’hmat oc’h en em beilha evel-se. An dra-ze n’oa ket kalz a dra war an douar ; ama avat, en nenvou, ne vije ket brao klevet trouz. Setu ar brosesion war hed tregont kammed. Ema sant Per o vousc’hoar zin ouzomp gant madelez. N’hon deus ket a zilhad kaer, gwir eo ; bezomp laouen evelato, evel da zeiz sul ; an henor a reer d’eomp a dalv kement-se. »

Sant Per a zigoueze betek enno.

— « Deiz mat, va mignoned ! eme ar zant. Edoc’h o tont du-ma, her gwelet a ran. Mat, mat sur. Bretoned ! Plijadur am bez atao o tigemeret tud ho pro. N’eus ket bet lavaret d’in e tliec’h dont, n’eus forz a ze ; bez ez eus meur a gador vak du-ze, re gaer zoken, me lavar d’eoc’h. Gwasa zo, n’em eusket kalz a amzer da jom da varvailhat ganeoc’h. Lavaret ez eus d’in e teu eun den pinvidik bras, hag e rankan mont buan d’hen diambroug, pe e vezo drouk-laouen an Aotrou Doue. Mar hoc’h eus c’hoant da zont ivez, n’hoc’h eus nemet en em lakaat etouez ar zent hag ar zantezed, hag evel-se ho pezo ivez roet eun tammig henor d’an hini ez eomp da zigemeret. »

Ha sant Per da vont adarre gant e hent. An daou baour koz a gemeras al lost hag a yeas ivez da heul ; ne gredent ket avat trei o fenn da zellet en dro d’ezo, kement ez oant mezek.

— « Ac’hanta, Fanch, a lavaras ar wreg, gant piou ac’hanomp ema ar wirionez ? N’eo ket ganez-te, da vihana ; ha n’eo ket d’ar re binvidik eo e vez great muia trein en nenv kouls ha war an douar ? »

— « Marc’harid kez, anzav a rankan ez oun berwelet ; va zammig skiant vat, a gredan, a zo eat war an tu gin… Ha koulskoude, n’eus ket da lavaret, komzou an Aviel a dle beza ar wirionez ganto… »

— « Petra eo a zo oc’h ober dieas d’eoc’h ’ta, va zud vat ? » a lavaras eur zant koz a deue war-lerc’h ar re-all, beac’h d’ezan o vale.

Ar vaouez eo a gomzas evit he gwaz :

— « N’hell ket dont a-benn da c’houzout, emezi, na me ken nebeut, kaer am eus brouda va zammig spered, perak e laka sant Per kement a gemm etre an digemer a ra d’ar paour ha d’ar pindivik. Ar binvidien o deus bet, evel a leverer, o baradoz war an douar ; hon aotrou person koz koulskoude a hanve ar beorien izili gouliet hor Zalver Jezuz-Krist. Seblantout a ra d’in e tlefe beza great kaeroc’h da izili hor Zalver Jezuz-Krist ma vije eur c’hem bennak da ober etre eur rummad hag egile. »

— « Eun dra bennak a wir a zo er pez a livirit d’in aze, daoust ma welan sklear ez oc’h bet flemmet gant eur goz kelienen. M’ho ped da deurel evez mat ouz ar pez ez an da lavaret d’eoc’h brema. Ar re baour eveldoc’h, hag a zo, evel ma livirit ker mat, izili gouliet hon Zalver Jezuz-Krist, ar re baour a ya hag a deu dre zor ar baradoz evel tud hag a zo en o zra, kement ha ker brao ma’z eo bet red da zant Per ehana da ober gouel da bep hini anezo, anez n’en divije mui amzer zoken da halana. Dont a reont, dre wir, a vagadou, da bep heur, ha roet e vez d’ezo zoken al leac’hiou gwella. Hoc’h-unan e welot anezo dizale. Evit ar re binvidik avat eo eur c’hoari all. Petra en deus lavaret Jezuz-Krist diwar o fenn ? Eo ken dieas d’ezo lakaat o zreid er baradoz ha ma ’z eo d’eur c’hanval tremenet dre graouen eun nadoz. Sonj hoc’h eus eus an dra-ze, moarvat, moereb ? »

— « O ya, aotrou sant, » emezi.

— « Mat, abenn ma’z ay eur pinvidig dre zor ar baradoz, tra ken dieas d’ezan evel ma ’z eo d’eur c’hanval tremen dre graouen eun nadoz, eo red, ya, eo red d’ezan, klevit mat, poania da zont da veza "moan ; anzavit an dra-ze ! N’eo ket eun dra gwall-eas, pa vezer kustum da gaout pep tra dioc’h e c’hoant. Eur c’hof re deo, eur yalc’h re leun, setu peadra da ziarben eun hent. Petra ranko ’ta da ober evit ne c’hoarvezo ket kement-se gantan ? Rei kement en deus a re d’an dud n’o deus ket a-walc’h ; en eur ger, ehana da veza pinvidik, me lavar evitan e-unan hepken. Setu ar pez en deus great an den mat ez eomp da ambroug : hennez evit beza suroc’h da zont ama a zo en em zisc’hreat eus a bep tra, edo en noaz evel eur prenv ; hag abalamour ne vez ket, gwelet alies eur seurt tra, ez eomp da ober gouel d’ezan. Nan, ne vez ket gwelet alies kemend-all ; setu kant vloaz a zo abaoue m’emaon er baradoz, hag hema eo ar c’henta pinvidig a welan o tont ebarz. »

— « Ac’hanta, gwreg, a lavaras an ozac’h, piou ac’hanomp eo a lavare mat ? »

— « O feiz, va gwaz kez, ema ar zant o paouez lavaret edo ivez ar wirionez eun tammig bennak eus va zu… »

GWRAC’H AN AOCHOU


————


Piou n’en deus klevet hano eus an amzer drubuilhus-se hanvet : Ar Spont bras ? Edo an Dispac’h o ren en e wasa ; paotred ar freuz en em zile dre-oll, en tiez, war an dachennou, o selaou lavarou an dud.

Kement-hini a vije kavet o trouk-presek pe eus ar Republik pe eus he mistri, hennez a vije kaset d’ar c’hilhotin er peder heur war-nugent.

An noblanz hag ar veleien eo ar re a c’houzanvas ar muia d’ar poent-se : an noblanz, rak ma talc’hent mat da gador ar roue ; ar veleien, rak ne fellas ket d’ezo distaga dioc’h Rom evit senti oc’h lezennou eur gouarnamant difeiz ha dizoue. O c’hlask a read, evel ma klasker al loened kriz, evit o laza.

Ivona a Vodenil a yoa eur Vretonez kalonek, leshanvet Gwrac’h an aochou. Bet oa an dispac’herien e maner Penneril o laza he zud hag oc’h enaoui an tan-gwall, evit ne jomche netra eno da zigas envor eus an noblanz koz.

Bet oant ivez war roudou Ivona, meur a wech zoken ; hogen, dont a rea atao a-benn da dec’het razo ha da c’hellout kuzat a-zoare. Gwir eo ez oa eun niver bras a goueriaded, fermourien koz d’he zud, hag a yoa eun dudi evito rei harp d’o demezel yaouank.

Pa gleve Ivona e veze bet lazet unan eus muntrerien he zud ha tud ar vro, an emzivadez a lakea eur merk war unan eur ar zeiz bez savet war c’horre relegou an dujentil, bet douaret gant bennoz ar beleg galvet ganti evit kement se.

« Pa vezo eur merk war bep mean, pa vezo bet roet d’al lealded ar pez a zo dleet d’ezi, pa vezo bet peurzic’haouet an droug, emezi, me a reno adarre buez ar merc’hed-all, me a ehano da redek. »

Chom a rea c’hoaz koulskoude eur mean da verka.

Ar plac’h reuzeudik a dremene an dervez penn da-benn en aochou, ha war ar pardaez e teue d’ar maner da dremen an noz en eun dourel hanter-ziskaret.

En hent a rea bemdez e kave unan eus ar c’hroaziou-ze bet savet gwechall gant misionerien goz Breiz-Izel. Siouaz ! torred ha bruzunet e oant bet gozik-holl gant paotred diskiantet an Dispac’h.

Meur a wech e oa bet Ivona hag he mamm o taoulina dirak ar groaz vean-ze, pa c’helled kerzet hep riskl da veza taget gant chas klanv ar c’hiz nevez.

Koueza a reas d’an daoulin pa ’n em gavas eno, hag e pedas evel-hen :

— « Hon Tad a zo en nenv, — n’emeus nemedoc’h evit skoazel hiviziken, — ra vo meulet hoc’h hano ; ra zeuio d’eomp ho rouantelez ; ra vo great hervez ho krad war an douar evel en nenv ! »

Ama ec’h huanadas gant kalz a rann-galon.

— « Roit d’eomp hirio hor bara pemdeziek ; ankounac’haït hor mankou, evel mac’h ank… » Sevel a eure en he zav prim evel eun tenn. « Nan, nan, emezi a vouez huel, me n’ankounac’haan ket, ne fell ket d’in mont betek penn gant ar beden-ze. »

Hag e pellaas, prez warmi, en eur lavaret c’hoaz :

« Nan, nan, truez ebet ouz ar vuntrerien ! beac’h d’ezo ! »

He daoulagad a lugerne en he fenn evel an dir war eun dachen a vrezel.

Great he devoa, ar plac’h kez, meur a gammed pa welas eur beleg koz o tont etrezek enni. Anaout a reas dioc’htu aotrou person Lokoal.

— « Deiz mat d’eoc’h, va merc’h, eme ar beleg, penaos e teuit-hu a-benn da c’houzanv eur vuez ken kalet ? Seblantout a rit beza yac’h, a drugare Doue. »

Ivona a ruzias ; mouez ankeniet ar beleg a zeblante d’ezi beza eur rebech, hag e chaokas eun nebeudig komzou da respont.

— « Pegouls eta, va merc’h, eme ar person adarre gant eur vouez rust, pegouls e kavin-me ennoc’h ar baotrezig vadelezus ez oac’h gwechall ? »

— « Morse, kredabl eo, va zad, morse ! rak gwechall a zo tremenet ; ne vevan mui nemet evit ober d’ezo paea ! »

Chom a rejont eur pennad dilavar, hag ar beleg a gomzas :

— « Taolit evez, merc’hig vihan, en deus Jezuz great trugarez d’ar re hen lakea d’ar maro ! »

— « Lazet o deus d’in va zad ha va vamm… »

— « Ar Werc’hez Vari he deus pedet evit enebourien he mab. »

— « N’eo ket bet a walc’h d’ezo ; lazet o deus ivez va breudeur ha va c’hoarezed ! C’houec’h e oant, her gouzout a rit, va zad, c’houec’h bugel divlam !… »

— « Mari n’he devoa nemet eur Mab hepken ! Hag ar Mab-se a yoa Doue ! »

— « Selaouit, emezi, (hag e save he mouez), lakeat o deus an tan e Penneril, maner koz va zadou ; emzivadez oun brema, hep m’am befe na ti nag aoz ; n’hellan ket ankounac’haat. »

Ar beleg koz a yoa mantret.

— « Ivona, emezan, dalc’hit sonj mat he deus ar Werc’hez Vari kemeret ac’hanomp evit he bugale, ni tud kablus hag a stagas he Mab oc’h ar groaz. Pedit anezi, pedit ’ta !… »

— « N’em eusket gallet hen ober bremaik ; nan, ne c’hellan mui pedi. »

Eur paotrig a zek vloaz pe war-dro a deue d’an daoulam oc’h hopal eus e holl nerz :

— « Deuit buan, aotrou person, unan eus du-ma a zo gloazet, ema o c’houlen ac’hanoc’h araok mervel. »

— « Mont a ran dioc’htu », ema ar beleg o trei ouz ar bugel ; hag endra ma pellea e sellas oc’h Ivona evit lavaret d’ezi : « Pedit ha pardonit ! »

An demezel a Vodenil a yeas buan d’al leac’h m’oa beziet he zud.

— « Unan a zo c’hoaz ha n’eus ket paeet eviti », emezi. Bez’ ez oa bez eur bugel a zaou vloaz, eur plac’hig koant evel eun eal. A c’horre an nenvou e seblante mousc’hoarzin oc’h he c’hoar vras ha lavaret d’ezi gant eur vouez dudius : « Perak kailhara va hano gant ar gwad hag ar c’hastiz ? »

Hogen, kalon Gwrac’h an aochou a yoa re galedet evit beza teneraet ; mont a reas eus al leac’h tenval-ze, sanket dounoc’h en he fenn ar c’hoant da gastiza ar vuntrerien, hag ez eas da dour koz Penneril evit diskuiza eun tammig.

Demdost di ez oa eur penn ti dilezet ; eno eo e kavomp anezi eun nebeut derveziou a-c’houdevez gwisket evel eur Vretonez diwar ar meaz hag o labourat ter da zresa dilhad eur Chouan.

Eun trouz digustum a reas d’ezi sevel he fenn ; skrija a reas o welet eun den, dremm fall d’ezan, kalabousen ruz war e benn, o vont hag o tont endro d’an ti, pe gentoc’h, d’al leac’h a zerviche d’ezi da lojeiz.

Tom e oa an amzer, sklear an heol, hag an den-ze a grene evelato !…

Setu hen o poulza an nor, hag e-barz :

— « Saveteit ac’hanoun, emezan, kuzit ac’ha noun !… »

O klevet kement-se, Ivona a zavas soun war he divesker ; hag hen a lavaras adarre : « Ar Re Wenn a zo war va lerc’h. Aze emaint… Erru int… Emaint o klask va buez. Kasoni o deus ouzin, rak, emezan, evel unan hag a goll e skiant vat, anaout mat a reont ac’hanoun ; me a zo unan eus ar re o deus lakeat an tan el maner-ze ha lazet ar vamm hag he bugale. »

Ivona a yeas war an adrenv, spontet oll, sklaset evel ar maen-marbr ; hag o veza kemeret eun tamm hardiziegez e lavaras :

— « C’houi neuze a zo unan eus muntrerien va zad ! Hag eo ganen-me, merc’h an itron a Vodenil, eo e teuit c’houi da c’houlen beza miret dioc’h kounnar va mignoned ?, Nan, nan ! er-meaz, ha buan ! pa lavaran d’eoc’h ! »

An den a gouezas d’an daoulin : « Truez ! truez ! » emezan.

— « Truez ! Va breudeur ha va c’hoarezed ivez a c’houlenne truez diganeoc’h, ha ne oent ket selaouet. C’hoaz eur wech, er-meaz ! »

— « Erru int… emaint aze… », a lavaras c’hoaz ar muntrer o vont a ruzou betek treid an demezel a Vodenil.

Houma, o klevet youc’hadennou skiltrus ar Re Wenn, a daolas eur zell war ar groaz a yoa eno war vantel ar siminal, evel a zo e pep ti breizad. Bannou an heol a goueze dres war memprou benniget hor Zalver Jezuz-Krist ; dont a rea eus zaouarn hag eus e dreid evel luc’hedennou a drugarez hag a vadelez.

En hevelep amzer, Ivona a zantas he c’halon o tevi gant eur garantez vras evit Doue, hag e stagas he zellou oc’h ar groaz ; deuet oant da veza leun a zaelou.

Ar Vretoned koulskoude a dostae atao.

— « Truez ! Truez ! » eme an dispac’her dare da vervel gant ar spont.

An aotrou Doue pe e eal a zigasas neuze d’ezi eur mennoz eus an nenv. Kemeret a reas ar gwiskamant chouan edo o paouez dresa hag her c’hinnigas d’an « hini glas, » o lavaret :

— « Delit, kemerit ha gwiskit an dilhad se ; lakit ivez ar mouchouar ma endro d’ho penn ha gourvezit war ar gwele-ze oc’h ober neuz da gousket… N’ho pezet nep aon, n’ho tiskuilhin ket !… »

Goude e serras ar ridoj, hag o veza kemeret he c’hegel ec’h en em roas da neza. Tremen poent e oa ; a-veac’h m’he doa kroget en he inkin, ma teuas ar Re Wenn en ti.

— « Digarezit ac’hanomp ma teuomp evel se en ho ti, emezo da Ivona ; ni a zo war-lerc’h unan eus an amprevaned lous ha digalon-ze a ra kement a reuz e Breiz… N’hoc’h eus ket e welet ?… Ho tigarez c’hoaz, c’houi eo an demezel a Vodenil ? »

Unan aneze a yeas d’ar gwele hag a zigoras ar ridoj :

— « Unan ac’hanomp eo, » emezan, o welet e zilhad.

— « Komzit goustad, eme Ivona ; kousket eo, diwalit d’e zihuna. »

Hag ar Re Wenn a yeas er-meaz. P’oant eat pell a-walc’h, ar plac’h yaouank kalonek a lavaras d’an tec’her :

— « Savit hag it gant hoc’h hent, n’eus mui risk ebet evidoc’h. »

An dispac’her a yoa teneraet e galon hag a falvezas d’ezan trugarekaat e vadoberourez. Kouezet e oa d’an daoulin.

— « Savit, emezi gamt eur vouez eun tammig rust. Great em eus va dlead. Evidoc’h-hu, dizroit da gaout ho tud ; lavaret a reot d’ho pugale penaos e oar ar Gristenien beza madelezus e-kenver ar re o deus great droug d’ezo. »

Hag e tiskouezas an nor d’ean gant he biz. Mont a reas er-meaz.

O tenna neuze eun huanaden hir, an emzivadez a zaoulinas, he divreac’h e kroaz dirak ar grusifi ; ha neuze hep diezamant, o poueza pep ger, ez eas betek penn gant peden hor Zalver !…

He drem a yoa sklerijennet ha sederaet gant eur peoc’h dudius. Santout a reas he c’halon beuzet en eur mor a levenez. O veza savet en he zav, ez eas d’an arbel goz, e leac’h ma kemeras eur gizel ; ha hi d’ar vered.

Hogen, e leac’h merka sin ar venjanz war bez he c’hoar vihana, Yvona a skrivas ar ger salver : « Trugarez !… »

D’an ampoent edo person Lokoal o tigouezout.

— « Gellout a rit brema rei d’in ho pennoz, a lavaras ar plac’h yaouank d’ezan gant eun dremm skedus evel hini eur zantez. Eat oun betek penn gant va fater… Pardonet em eus ! Pardoni a ran… »

Doue ha ne lez ket e vadelez da veza trec’het gant hini an dud, Doue a reas ma oe digemeret Ivona e maner an itron a Revel. Kaout a reas enni eun eil vamm, hag en he mab eur pried hag eun difennour en em roet d’ezi a-bez.


————


Herminig ar roue Konan


————


Abaoue tost da bevar c’hant vloaz, Bro-Arvor a huanade dindan galloud gwasker ar Romaned kriz. Meur a wech, Arvoriz o devoa klasket en em zevel, gounit o frankiziou tremenet ; hogen, trec’het e oant bet dalc’hmad, ha bourevien Rom a gendalc’he atao da waska anezo ar gwasa ma c’hellent. Arvoriz, boaz ma’z oant da c’hourc’hemenn, a gave kaletoc’h a ze plega d’an estren.

Wardro ar bloaz 383, an den kriz Maksim a c’halvas d’e zikour eur brezellour yaouanka Vreiz-Veur, hanvet Konan Meriadeg, Hema, trellet gant promesaou kaer an tirant, a oe mall gantan kuitaat e stadou evit dont da Vro-C’hall.

Konan Meriadeg a yoa eur prinz yaouank kalonek ha kadarn ; en eun nebeudig derveziou en devoa dastumet eun arme dare da vont d’ar brezel dindan e urziou, dare ivez da laza pe da vervel gantan.

Konan Meriadeg en devoa fizianz en e ouiziegez hag en e nerz-kalon, kerkouls ha m’o devoa ar Vretoned fizianz en o mestr.

Konan a reas pourchas meur a lestr a vrezel ha akaat martoloded warno, hag e teujont da zouara war aochou Leon.

Araok mont pelloc’h war douar an Arvor, Konan a fellas d’ezan rei eun tamm diskuiz d’e dud a vrezel. Ober a reas eta d’e dud chom el leac’h-se, endra ma’z ea, hen, gant eun nebeut dijentiled, da welet ar vro a-dost evit ober anaoudegez ganti.

Dioc’h eun tu, ar c’hampadur a yoa gwaskedet gant eur c’hoad tenval ha sioul ; dioc’h a n tu-all, betek an dremwel, ne weled nemet prajeier, runiou hag eun nebeut lanneier. Enno e weled o sevel lorc’hus o fenn war zu an env, ar meinhir hag ar peulvanou, c’hoant ganto d’en em zevel uhelloc’h c’hoaz dirak kan dud estren ze evit stanka an hent outo, evit miret na vresfent mui pelloc’h douar sakr an Arvor. Goude beza chomet eur pennad brao, nec’het a-walc’h, da zellet ouz ar mein iskis-se, Konan hag e vignoned a gendalc’has gant o hent.

Ha setu m’en em gavchont dirak eur ster ledan, dieas kenan da dreiza…

— « Nec’het oun », eme ar prinz.

— « Dizroomp war hor c’hiz », eme ar re-all.

— « Dizrei ?… Biken !… Kentoc’h e tremenen ar ster diwar neun. »

Kendelc’her a rejont c’hoaz eur pennad gant o hent, o klaskeun treiz bennak da dreuzi ar ster, pa glevchont evel eur glemmaden.

— « Petra eo ar vouez klemmus-se am eus klevet ? » a c’houlennas Konan o trei ouz e dud.

— « N’em eus klevet netra, aotrou ! » eme unan.

— « Faziet oc’h bet, kredabl, aotrou ! » eme unan-all.

Hag ez ejont a-nevez en hent. A benn eur pennad, Konan a jomas adarre a-zav.

— « E gwirionez, emezan, ne fazian tamm ebet… Selaouit c’houi hoc’h-unan… »

Holl e chomjont da zelaou. Klevet a reant mat brema klemmou goustat ha skiltrus hag a deue betek o diskouarn.

— « Sellit ! eme ar prins breton, al loenig koant-se eo a glevemp oc’h huanadi. Gouliet e rank beza, rak doare en deus da c’houzanv kalz. »

Hag o koms evel-se, Konan a ziskouez d’e vignoned eul loenig bihan, bihan tre, gwisket gant eur zae wenn-kann, nemet beg e lost a yoa du.

— « Na kaerat loen ! eme Konan, na me garche e dapa evit hel louzaoui ! »

— « Al loenig-se, eme unan eus ar vrezellourien, a zo eun herminig. N’eo gouliet e doare ebet, aotrou. C’hoant en deus da dreuzi ar ster. Hag evel n’hell ket hen ober hep stlabeza e zae wenn, ec’h en em ro da ouela : gwell eo gantan mervel eget en em zaotri ! »

— « Me a zo o vont da esa e dapout ! O pebeuz loenig brao ! »

Ha setu Konan o vont war zu ennan. O klask tec’het, an herminig a reas eul lamm e kreiz al lec’hid, ha kerkent e laoskas eur youc’haden skiltrus, he zroad a yoa stlabezet oll, hag e teuas war he c’hiz d’en em deurel etre daouarn astennet ar prins Konan.

— « O herminig koant ! » eme Konan o tremen e zourn war he c’hein hag o secha he zroad gant eun tachad eus e vantel. Ha kerkent he zroad a deuas da veza gwenn-kann evel diagent.

An herminig anaoudek a reas eur zell karantezus ouz Konan evel p’he divije bet c’hoant da lavaret d’ezan : Bennoz Doue !

Eno ec’h echuas e veach, mall oa gantan distrei da gaout e dud evit diskouez d’ezo e gavaden. An herminig he-unan ne glaske mui tec’hel, evel pa vije deuet da veza donv en eun taol.

A-c’houdevez, Konan a zalc’has mat d’e herminig, hag houma eus he zu a zalc’he tost d’ar prins ; heuilha rea anezan e pep leac’h, evel eur c’hi mat.

Meur a vloavez a-c’houdevez, ar gwasker Maksim a falvezas d’ezan gopra ’ar prins yaouank breton evit an taoliou kaer en doa great eus azalek Dol betek an Naoned o trec’hi e enebourien ; hag e roas d’ezan Bro-Arvor e leve.

Evel gouarner, Konan Meriadeg a glaskas atao ober ar muia ’r gwella a vad d’e zujidi. ha setu penaos e teuas da veza karet meurbed gant an holl Arvoriz, betek zoken kinnig d’ezan an hano hag ar garg a roue. Konan n’oa ken nemet dug betek neuze. Gant kalz a blijadur ec’h asantas kemeret an hano hag ar garg a roue an Arvor. Maksim n’esaas tamm ebet miret outan d’hen ober, rak m’en doa ar garg pell a yoa.

An Arvoriz a oe eürus gant Konan. Rei a reas d’ezo o frankiz gwechall, ha beza o devoe o lezennou d’ezo o-unan.

Azalek neuze, Tramoriz deuet da heul Konan Meriadeg hag an Arvoriz ne rejont nemet eur bobl. Roet e oe d’ezo an hano a Vretoned Arvoriz, hag hizio o hanver Bretoned pe Breiziz. Liammou start a gerentiez a unane Arvoriz ha Breiziz Tramor ; en em welet a reant alies, hag alies ivez o historierien ne reont anezo nemet eur bobl hepken, ar Bobl geltiek.

Mes, petra oa deuet herminig ar roue Konan da veza epad ar c’houlz-se ?

Eun dervez brezel, al loenig brao, hag a garie kalz e vestr Konan, a gwitaas telten ar prins, en despet d’an holl lazigou a rea d’ezan Darera, gwreg ar brezellour, ha Gwenola e verc’h ; ar re-ma o doa great pep tra evit e zerc’hel.

Galoupet he devoa an herminig, galoupet eus holl nerz he divesker betek an dachen a vrezel, da gaout ar prins roue Konan.

Ar vrezellourien a anavezas anezi a-bell, dioc’h he zae wenn :

— « Herminig Konan ! » emezo holl war eun dro.

Ar roue a vousc’hoarzas, hag a oe evel laouenneat ha kennerzet o welet e herminig ; skei a reas ker kalet war e enebourien ma kemerjont holl an tec’h evel pa vijent spontet.

Ar vrezellourien a deuas d’o zachen a ziskuiz o tougen ganto an herminig gant kalz a enor.

— « Pokit c’hoaz eur wech da Wennig, c’houi, Darera, ha c’houi ivez, va merc’hedigou karet, a lavaras Konan o tisken an herminig d’an douar. Pa’z eo digouezet en hon touez edomp o vont da gila ; hogen, ar gwel hepken eus al loenig benniget en deus roet d’eomp nerz-kalon hag hon deus evel-se roet lamm d’an enebourien divadez. »

Gwennig a oe karget a bokou hag a lazigou. Bep seurt enoriou a oe rentet d’ezi c’hoaz gant ar vugale a zouge anezi endro d’an delten, e-giz ma rea ar zoudarded goude an emgann.

Azalek neuze e oe miret eur c’hougn d’an her minig e telten ar roue. Pa oa deuet an noz e oe kaset di da loja, hag an holl a yeas kwit goude beza hetet nosvez vat d’ezi.

Gwenola vihan a bokas betek teir gwech d’an herminig, kement. a boan he devoa o tispartia diouti. Eun dra bennak a yoa marteze o lavaret d’ezi ez oa eun darvoud bennak o vont da zigouezout gant he loenig epad an noz. Koulskoude, evit senti ouz he breudeur hag he c’hoarezed, Gwenola a dec’has evel ar re all.

Kerkent ha goulou deiz edo an tiegez war zao. Klevet e oe eur vouezig klemmus e kichen dor an delten. Gwenola eo a oe da genta oc’h anavezout mouez he Gwennig ker. Digoret an nor, petra oe gwelet ? Gwennig astennet war an douar, ker kailharet ma vije bet dies-bras d’eun diaveziad gouzout petra oa. Kredi a c’hellede oa bet soubet en eur poull anouez.

— « Gwennig ! o Gwennig paour ! » eme ar vugale dare da ouela.

Lagad Konan a yoa entanet, hag e selle piz endro d’ezan. Klask a rea an digalon, rak, hep douetans, great e oa bet an taol gant unan bennak a dost, enebour d’ezan. An herminig vat a reas eur zell truezus ha mantret ouz he mestr karantezus, ar roue Konan, ha prestik goude e varvas.

Soudarded Konan a zigasas dirak o mestr eur spier kavet ganto o rodellat wardro an teltennou. An aon rak ar maro a reas d’an den ma anzav en doa e gwirionez soubet Gwennig an anouez : gouzout a rea ervad e varvche gant an anken o welet he zae wenn mastaret en doare-ze ; gouzout a rea ivez e raje kalz poan da Gonan, e enebour.

Hervez ma lavar an histor, Konan a lezas e vue gant an torfetour, er gwel eus madelez an herminig. Epad ar c’houlz-se, ar vugale o doa savet korfig an herminig ; Darera a walc’has d’ezi he zae, ha goude e oe douget d’an douar. War he bez e oe savet eur peul mean ha skrivet e oe warnan ar c’homzou brezonek-ma :

Ar maro kentoc’h eget ar c’hailhar !

E koun eus an herminig Konan a reas lakaat he skeuden war e holl zilhad, ha zoken war e vannielou. Alies e lakea ive ganti ar c’homzou emaoun o paouez skriva.

Setu aze penaos ez eo bet savet ardameziou Breiz-Izel.

Hor rouaned koz kouls hag hon duked a helle gant gwirionez lavaret da baotred Bro-C’hall :

Herminigou Bro-Vreiz a zo eun tamm mat kosoc’h eget lili Bro C’hall !

Kentoc’h mervel eget beza kailharet !

Ar c’homzou kaer-ze a dlefe beza diviz pep kristen !


————


Penaos e teuas eur geriaden da veza eul lanneg


————


Beza ez oa eur wech — gwechall goz — eur geriadennig hag a yea mad sur an traou enni. Doue a zelle outi gant madelez, hag e vousc’hoarz a roe frouez d’ar gwez, bokedou d’al liorzou, hag eost founnus d’ar parkeier…

Bokedouigou melen al lann treut, a zo brema el leac’h-se, a goms a-wechou etrezo eus an amzer dremenet, hep ma kredfent kalz ar pez a lavaront… Evito ez an da zisplega an histor gwirion-ma.

Sant Per ha sant Paol a yoa eun dervez oc’h ober eur bale dre ar bed evit gwelet penaos ez ea an traou. N’eo ket, avad, rak m’oa hir o fri, me ho ped d’am c’hredi, ha nebeutoc’h c’hoaz evit kemeret o flijadur eo o doa c’hoantaet ober tro ar bed — daoust ha ne gaver ket en nenvou peadra da leunia dreist muzul holl c’hoantegeziou ar galon ? — dre aked evidomp-ni, o breudeur, eo ez oant aet en hent.

Nan, nan, kredit ac’hanoun, n’oa ket ze eur blijadur evito : dilhad truilhennek a c’holoe saeou alaouret daou vestr bras an ebestel ; war ar skoaziou-ze hag a harp an Iliz hag ar Feiz, an ebestel eürus a zouge sac’h rouz ar paour, karget a dammou bara roet d’ezo dre aluzen. En o dourn ez oa eur vaz, evit en em zifenn oc’h ar chas ha n’o doa ket desket beva gant ar Garantez.

Ar glao o veza deuet da goueza evel ma ra e Breiz-Izel, munut, stagus, hor zent, trempet bete mel o eskern a jommas a zav er geriaden hon deus komzet anezi e penn ar skrid-ma.

Mont a reont da genta da skei war dor an ti kaera ; ha setu an ozac’h e unan, Pinvidig e hano, o tont da zigeri.

Sent bras an nenv, evel peorien geiz, a c’houlen an aotre da vont da gichen an tan evit sec’ha o dilhad.

Pinvidig a gemer anezo evit klaskerien ; ha neuze an den kriz se a lavar d’ezo gant eur vouez rust :

« It gant hoc’h hent, ha buhan !… Ma n’en em dennit ket, va chas a ouezo bremaïk ober d’eoc’h bale… »

Ha setu neuze hor zent ker o vont gant an hent betek ar penn pella a gear… En dro-ma ez ejont da skei war dor an distera ti plouz. Eno, en toull ti ze, e veve Fanch koz an-Dienez. E hano hepken a lavar e pe stad edo. Hogen, hennez da vihana a zo eun den kalonek ! Truez en deus ouz ar beorien ezommek, rak mac’h anavez mad o stad… Setu perak e lavaras d’ezo gant madelez :

— « Azezit va mignoned ; tostaît da ziskuiza ha da zec’ha ho tilhad. Bet oun dres er mintin-ma o klask keuneud er c’hoad. »

Gant kalz a evez e kemer neuze eur vriad skourrou munut er fagoden liammet c’hoaz. Mezek o veza n’halle ober gwelloc’h, e oa savet ar ruz d’e benn pa ginnigas Dienez d’an daou zant bras an nebeudig tammou kreun dastumet gantan diwar an aluzen.

— « Ne labouran mui, emezan oc’h huanadi, daoust ma’z eus c’hoaz kalon em c’hreiz… Koz oun ha mac’hagnet, evel a welit… hag ez eo red d’in beva diwar aluzennou an dud vat douget gant Doue da rei skoazel d’in… »

Pa varvas an tan, sant Per a zavas o terc’hel c’hoaz en e zourn genaouad diveza bara Dienez.

— « Dienez, Dienez ker, emezan, te a zo madelelus… Roet ec’h eus d’eomp kement az poa bet da-unan ; ar pez a yoa red d’it, paour keaz ! Da garantez a zo gwirion ha divlam, rak m’her graez evit Doue ! Ra vo da feiz par d’ezi ! Lavar… Roet e vezo d’it hervez da c’hoant… »

— « Sanctus ! sanctus !… eme Dienez deuet da veza besteod oc’h anaout sant Per. Hag e kouezas war e zaoulin koz, e benn stouet betek an douar.

Kennerzet hag hardisaet eun tamm bennak gant komzou madelezus an ebestel eürus, sant Per ha sant Paol, setu ar paour oc’h en em lakaat da goms :

— « N’em eus, sent vras, netra ken war an douar-ma… nemet eur wezen avalou. Nebeut eo kement-se ; dont a reer a-ben koulskoude da laeres diganen he frouez. Kerkent ha ma vezont dare, eun dudi o gwelet ker melen, ma ve c’hoant d’o dibri kroc’hen hag all, — petra c’hellan-me ouz kement-se ? — Ac’hanta, setu e teuer d’o laeres endra ma redan ar c’harter o klask va zammig bara. Mar plij ganeoc’h, sent ker, ha mar deo ho madelez a du gant se, grit na c’hello ket disken hep va aotre an nep piou bennak a zavo er wezen evit laeres va avalou… Evel-se me a c’houezo piou a zo o laeres ac’hanoun, hag ho santelezou o devo great evidoun kant ha kant gwech-all muioc’h eget n’em eus great evito. »

— « Ra vo klevet da c’houlen, paour keaz ! »

— « Ra vezi benniget, paour madelezus ! »

Hag o lavaret kement-se Per ha Paol a yeas diwar wel, o lezel Dienez leun-bar e galon a feiz hag a levenez.

........................................................................................................

Setu deuet an diskar da veleni ar glazvez ha da rei liou fresk da avalou Dienez. Hag o welet anezo ker brao d’an daoulagad ha ken avius d’ar genou, evel n’oant bet biskoaz, ar paour a lavare :

« A ! a ! pebeuz eurvad ! gellout a rin eta er bloaz-ma tanva avalou, va avalou melen ! »

Eur mintinvez, Dienez a deue laouen eus e di plouz o frota an eil oc’h egile e zaourn du kaledet ha distum. Kredi a rea e oa dare a-walc’h e avalou hag e c’helled o disken evit o gorren.

— « Asa, petra c’hoarvez gant ar skourrou-ze ma ’z eus kement a vransell enno ? An aezen a zo ker skanv evel pa ne vije ket eur mouch avel. »

Ha setu Dienez o tibigouza e zaoulagad yaouankaet gant eul luc’heden a fouge… Ha petra wel oc’h en em zestum en deliou !… An aotrou Pinvidig !… Ya, ya, hen e-unan ; na muioc’h na nebeutoc’h, ne lavaran ket a c’hevier, na ne ran !

Hag hen oc’h esa disken, na petra ’ta ; en aner avad !

— « Santez Anna ! eme Dienez, ha c’houi eo eta, eur pinvidig eveldoc’h, a deu da laeres nebeut ar paour ?… Mat, me lavar d’eoc’h, hep dale holl kear a c’houezo ez oc’h laer !… »

Ha Dienez ac’hano d’an daoulam… Hep truez oc’h ar pinvidig — n’oa ket dellezek a druez — e c’halv holl dud kear, bras ha bihan, da zont belek e wezen avalou.

An holl a hopas war an aotrou Pinvidig : hema piz ha digalon, n’oa deuet mat gant den ebet. Den ne garie anezan.

Mezek evel eul louarn hag a vije bet tapet gant eur yar, Pindivig a bed hag a asped Dienez da rei dourn d’ezan da zisken eus e glud.

— « Me ho paeo, emezan, an dour en e zaoulagad ; — ar pinvidig lorc’hus a yoa deuet da veza izel [a/e] galon evit eur pennad ; — me ho paeo kement ha ma kerot evit ar frouez laeret ganen diwar ho koust ; hag eur yalc’had wat a arc’hant ho pezo zoken war ar marc’had. »

Ha Dienez da heja e benn evit lavaret nan.

Pa deuas an noz da guzat al laer oc’h daoulagad keariz e kounnar, neuze hepken eo e roas Dienez aotre d’ezan da zisken. Araok avad e prezegas d’ezan evelen :

— « Ne c’houlennan netra diganeoc’h evit an dro-ma, aotrou Pinvidig ; arabad e ve d’eoc’h avad dont ken dre ama, pe e chomot etouez an avalou ze a blij kement d’eoc’h. »

Ker buan e tiskennas ma oe darbet d’ezan terri e c’houzoug ; kement-ma a dalvezas d’ezan da viret envor eus gwezen-avalou Fanch-koz-an-Dienez. Ne zavas mui enni, daoust peger c’houek e seblante an avalou beza d’ar genou…

Setu eun dervez Fanch-koz o koueza klanv bras. Evel n’oa den da rei d’ezan ar pez a vije bet red, ha dreist-oll rak m’oa merket d’ezan evel se gant Doue, an Ankou ne zaleas ket da zont d’e welet.

— « Deuit, Tadig koz, emezaa gant e vouez pounner, red eo d’eoc’h dont d’am heul… Prest oc’h ?

— « Va mignon, eme ar c’hlasker gant eur vadelez dispar, kredi a c’hellit oun prest da zilezel ar bed-ma ha ne gasin netra anezan ganen, hag e leac’h ivez ne lezin nemeur a dra war va lerc’h… Ne da ene ebet kuit koulskoude hep kaout eur mennoz diveza, ha m.e ’m eus va hini, daoust pegen iskiz bennak e c’hellfac’h kavout an dra… Mont a ran da c’houlen diganeoc’h ober eur vad diveza evidoun, Ho kalon vat ne lavaro ket nan d’in, rak ne c’houlenno ket kalz a amzer diganeoc’h, n’eo ket dies ken nebeut. da ober, hag ouspenn-ze, plijadur a reot d’eur paour keaz den… Aze dirak va dor ez eus eur gaer a wezen, melen aour gant an avalou a zo enni… Va avalou ker !… C’hoant am befe d’o zanva c’hoaz eur wech araok tremen, hag ho pedan da gaout ar vadelez da vont da gerc’hat unan vrao d’in. »

— « N’eo ken… eme an Ankou. Eur wechig an amzer e plij d’in ober vad d’am nesa… d’oc’h-hu, dreist-oll, paour keaz Dienez. »

Hag hen o vont buan d’ar wezen hag o sevel war ar skourrou… Pa deuas ar poent da zisken avat, e oe eun abaden-all… Kaer en devoe trei ha distrei, disken n’halle ket, stag mat e oa ouz ar skourou… C’hoantaat a reas diskar ar wezen ; hopal, pedi, aspedi a reas evel eun diskiantet… Koll a reas e boan : ar Maro e unan a zo red d’ezan plega d’eur galloud-all treac’h d’e hini.

Gervel a rea Dienez a-bouez penn ; Dienez avad a yoa bouzar, ha neuze, ne rea netra evit klevet mouez torret an hini a yoa deuet d’e welet.

— « A ! Dienez ! va mignon Dienez ! eme ar Maro, lez ac’hanoun da vont gant va hent ; kement am eus da ober ma ve dies bras d’in koll an distera tamm amzer. »

— « Brao, brao eo an dra ze, eme ar paour, great e zonj gantan da rei respont d’ar Maro. C’houi a c’hell kaout mall da vont kuit ; me, avad, n’em eus ket ! »

— « Toui a ran d’it da lezel en dro-ma ; ouspen ze, mar am lezez da zisken, ne deuin tamm war da dro epad an dek vloaz kenta. »

— « Dek vloaz ?… Petra eo dek vloaz ?… Eur pez kaer, avad »… Me a fell d’in chom beo betek ar varn ziveza… Ma roït an dra-ze d’in, c’houi a vo dishual… »

— « Ra vezo great hervez da lavar, Dienez, paotr koz diskiant ! Chom a ri betek an dismantr eus ar bed… »

Ha neuze, an Ankou, kounnar vras ennan, a zilammas eus ar wezen o sevel e falc’h evel evit gourdrouz. Kement a zroug a yoa ennan ma tiskaras pep tra war e hent : tud, tiez, gwez…

Ar gear-ze, kel laouen, a yoa deuet da veza eul lanneg. Ne jommas enni nemet… Dienez.


————


DAEROU EUR VAMM


————


Setu ma teuas eun dervez hage oe ezom eus eun eal muioc’h er Baradoz.

Hag o veza galvet unan eus ar re a yoa en e gichen, Doue a lavaras d’ezan :

— « Kea da zibab eur breurig war an douar ! »

Hag an eal o veza stouet kement ha ma c’helle, evit azeuli an Aotrou Doue, a deuas goustadik, da ober eur zell ouz ar c’haveliou dre diez Breiz-Izel.

Siouaz ! red mad eo d’eomp anzav ne jomomp ket gwall-bell henvel ouz an elez glan : e-touez ar vugaligou eo eta mont d’o c’hlask.

Hogen e kichenik pep kavel ez oa eur vamm war evez. Ha daoust pegen didrous bennak e teue an eal gwenn, n’helle ket miret ouz e ziouaskel da franoual an distera ha da lakaat evel-se kalonou ar mesaerezed tener da veza enkrezet.

Hag ouspen-ze, an eal na deue ket evel al lapoused kriz a blav war an neizi evit samma ar re vihan hep truez ebet. E zremm a vousc’hoarze endra ma lavare gant eur vouezig flour :

— « An Aotrou Doue a fell d’ezan kaouteun eal. Ha plijout a rafe d’eoc’h rei d’ezan hoc’h hini ? »

An eal a welas meur a vamm oc’h en em deurel a stok-korf war o bugel, kounnaret oll evel leonezed, dare da zailha war an neppiou bennak a dostaje da gregi en o c’hrouadurig, hag e lavarent neuze evel evit ober gwap :

— « Nan, nan, n’ho pezo ket anezan ! D’eomp eo, ha n’her roïmp da zen evit priz ebet. Divezatoc’h, divezatoc’h c’houi a deuy adarre !…

— « Ha ma ne vez mui eal a-benn neuze ? Eun eal eo a glaskan !»

Lod a vousc’hoarzas hag a reas eun hejaden d’o diskoaz ; petra rea an dra-ze d’ezo ? Lod-all a ziskouezas kalz a fizianz en o galloud o-unan :

— « Daoust ha n’emaomp ket aze evit o miret ? emezo gant eun dremm gwapaüs. Daoust hag evit tud a netra e kemerit ac’hanomp-ni ? Ni a oar kouls ha c’houi pegement e talv ene gwerc’h ar bugel-ze. Daoust ha red e ve a-grenn mont d’ar Baradoz d’hen diwall dioc’h ar c’hailhar ? »

Hag an eal a yea kuit glac’haret bras.

Mont a reas da c’hournijal war-dro kaveliou alaouret, enno bugaligou koant klozet kaer er zeiz hag en dantelez. Itronezed gran, moan ha bresk, a Zeue da bokat d’ezo evel dre laer, en dizro eus o flijadur, dansou ha festou-noz…

Hag an eal da lavaret d’ezo :

— « Ezom zo eus eur prinz e lez va Mestr. Ha plijout a rafe d’eoc’h gwelet ho mab er garg uhel-ze ? »

Hag ar mammou-ma da ziroll da ouela, da hirvoudi, spontet krenn gant eur seurt kelou. « Biken, nan biken n’hellimp ober an dilez eus hor c’hrouadurig ! Daoust hag an aotrou Doue ne oar ket pe seurt teneridigez en deus lakeat e kalon ar vamm ma teu evel-se d’he bruzuna ? » A dra-zur, o rei a rachent ma vije red a grenn. Hogen, p’eo gwir e c’houlenned o asant diganto, ar mammou a lavare nan.

Ha gant muioc’h c’hoaz a dristidigez, an eal a dec’has dioc’h ar maneriou gran.

Dont a reas sonj d’ezan neuze eus karantez dispar Hor Zalver benniget evit an dud a renk izel, ar beorien, hag ez eas da skei ouz doriou ar galatrezou. Gwragez gwisket truilhek a deuas da zigeri d’ezan. Kerkent e klevas en eur c’hougn klemmou eur bugel tener. Hema a ouele alies. Rede oa d’e vamm hen lezel da ouela pe n’he divije ket gallet gounit peadra d’e vaga.

An eal a reas eur zell madelezus oc’h ar vamm baour.

— « Mamm, emezan gant douster, ma tennfen ho mab eus poaniou al leac’h trubuilhus-ma evit e gas d’ar gwir evurusted peurbadus, petra lavarfec’h ? »

Hag ar vaouez keaz a zavas he daoulagad devet gant al labour hag an daerou bero, hag evel eun den kollet gantan pep fizianz da gaout morse zoken eun tan va eus an evurusted, e lavaras :

— « Mad, kemerit aneza ’ta, mar kirit ! Kalz e garan koulskoude ! Mez, evit ar pez a zo ouz e c’hedal ! Sellit, evel-se ema kount er bed-ma : an holl boaniou da eur re, hag an holl evurusted d’eur re-all !… »

— « An Nenvou evelato a zo e penn ar bed-ma. Eno e vez lakeat pep tra en e renk ; eno e vez kavet digoll eus ar pez a zeblant direiz ha disleal d’eomp-ni, p’eo gwir eo ar re o deus bet ar muia poan war an douar eo a vez ennan an evurusa !… »

— « O, an Nenvou ! » Hag ar baourez keaz da gregi adarre gant he labour. O veza bet leac’h da zisfiziout kenalies a wech, marteze e laoskae ive he fizianz da welet, eun dervez, lez kaer an Aotrou Doue, ar fizianz-se ha n’eus nemeti alies o rei skoazel d’ar paour ankeniet.

Hag an eal a yeas er-meaz.

Ne gemeras ket ar bugelig a ouele atao en e gavelig. E vamm n’he doa ket e ginniget gant a-walc’h a galon vad. Kannad an nenvou ne felle ket d’ezan mont dre nerz ; goulen a rea eun donezon great a youl vad hag hep klemm.

Great e oe d’ezan.

An eal a yoa eat en eun ti-all. Eno e kavas eur gwele gant eur groaz a-zioutan. Eur vamm zantel a bede dirak he bugel, hag araok m’en doa ar c’hannad peur-echuet e gomz, ar vamm a lavaras d’ezan gant madelez :

— « Setu-hen ama. Doue an doa roet anezan d’in da zevel, d’Ezan eo. Rei a ran e dra d’ar perc’hen. Aon bras am oa n’em bije ket gouezet miret d’ezan e denzor. Nebeutoc’h a boan am bezo oc’h e goll evit n’em bije eun dervez oc’h e welet saotret dre e fallentez ! »

Hag ar vamm galonek a lakeas he faotrig etre divreac’h an eal o vousc’hoarzin. Lakaat a reas eur pok c’houek war dal he eal, a vousc’hoarze ive. Ha neuze, eus he c’halon mantret evelato, e savas daerou d’he daoulagad. Unan anezo a ziveras war ar c’heaz bihan a yea kuit laouen.

Ha setu en eun taol ma teuas ar veraden daerou da veza troet e kerz ar bugel en eur gwiskamant eus ar c’haera ; kaeroc’h e oa zoken eget hini kannad an aotrou Doue.

En hevelep doare m’oa souezet an holl er Baradoz oc’h o gwelet o tont, ha ma c’houlenne an elez an eil ouz egile :

— « Eus a beleac’h ’ta e teu ar breurig nevez-ma ? Na kaer eo e zilhad !… » A dra-zur, an eledigou-ze a yoa koant. Hogen, eun dra a vanke hag a vanko d’ezo bepred, ar sked a ro d’eun ene daerou eur vamm gristen.

Eur c’havel a yoa goullo war an douar ; en nenvou avad, arme an elez a yoa e niver.

OAN AR MABIG JEZUZ


————


Eat e oa ar bastored gant o hent ; hag, endra ma ’z eant, e komzent eus an traou kaer o doa gwelet.

Josef neuze a c’horroas o c’hinnigou ; bez’ ez oa leaz, fourmaj, viou, frouez ha koad, donezonou paour roet a galon vad hag a dlie beva an Tiegez Santel. Unan anezo, pinvidikoc’h eget ar re all marteze, kalon vad ha brokus d’ezan ivez, a lezas e-harz ar Bugel-Doue eun oanig donv, beg ruz, gant gloan gwenn-erc’h en dro d’ezan.

P’oa eat e vestr kuit, an oan a zigoras frank e zaoulagad evel pa vije sebezet ha nec’het bras. Hogen, anezan e-unan, ez eas war-eün d’ar Mabig Jezuz p’her gwelas astennet war ar c’holo.

An azen hag an ejen a astenne o fenn a-zioutan hag a glaske e domma gant ar c’houezen a deue diouto pa dennent o alan.

Dioustu an oanig a welas kement-se, hag hen da lipat goustadik daouarnigou ar Mabig Jezuz.

Ar bugel a zigouez gantan dihuna ; ha neuze, evel evit trugarekaat al loenig dous, e ra allazig d’ezan war e benn, hag ec’h en em ro da gousket adarre.

An oanig a gerz d’e dreid, hag a c’holo gant e c’hloan toufek ar memprou tener skornet gant ar riou.

Oc’h e welet Mari ha Josef a veule an Aotrou a gemer kement a breder gant an dud dister.

An oan, ne-oe ket pell, a deuas da veza mignon an Tiegez Santel ; ar Werc’hez Vari a daole evez outan, ha Josef a gase anezan da beuri ar yeot fresk. Ar Mabig Jezuz a gemere gantan e blijadur.

Hogen, setu ma teu, eun nosvez, eun eal eus an nenv da lavaret da Jozef eo red d’ezan tec’het dioustu da Vro an Ejipt, abalamour da gounnar ar roue Herodez. Sentus bepred oc’h mouez Doue, Josef a zavas hag a sternas an azen evit mont kuit.

Rannet e oa e galon o sonjal e rankche lezel war e lerc’h an oanig kunv ha tener a blije kement d’ar Bugel-Doue. Setu, pa’z edo o vont er-meaz eus ar c’hraou, eur pastor o tigouezout. An hini en doa e roet d’an Tiegez Santel e oa.

N’ouzon dare na piou na petra a lavare d’ezan mont da welet e vignoned a Vetleem, en noz, evel en dro genta, p’oa kaset gant an elez, kanerien ar « Gloria in excelsis. »

Reketi a reas beaj vad d’an Tiegeziad Santel. Kemeret a reas ive e oan. Heman, avad, na felle ket d’ezan dilezel e vignon-bihan. Hogen ar Mabig Jezuz a astennas e zourn war al loenig mad, ha neuze ar pastor a zistroas d’ar gear gantan.

Peur-eveziegez Doue, koulskoude, a daole evez mad ouz an tri beachour santel ; o hencha a reas penn da benn an hent hag epad derveziou o harlu.

Herodez o vezan maro, eun eal a deuas a-nevez da gaout Josef. Hema sentus, a sternas adarre an azen hag, o veza kemeret e benn-baz, e tiztroas d’e vro. Da Nazaret eo ez eas en dro-ma da jom, e leac’h mont da Vetleem.

Antronoz e zistro, eun den war an oad, ar vaz a bastor en e zourn hag ar baner oc’h e gostez, a yea dre an hent, eun oanig oc’h e heul ; laouen e seblante beza.

Dlgouezout a ra, hag e sko war an nor. Sant Joseph a deu buan da zigeri. Anaout a ra pastor Betleem deuet da zigas da Jezuz an oanig mad kresket kalz. Ar Mabig Jezuz a ra stad d’ezan, hag, eo eur vennozi ar pastor, e lavar : « Eürus an dud kunv, habask, rak d’ezo e vezo an douar ! Eürus ar re baour, rak ma welint Doue ! »

O veza klevet e oa dizro an Tiegez Santel d’ar gear, Elisabet hag he mab Yan a gemeras an hent evit mont d’e welet ; nebeut goude e tigoueschont e Nazaret, e leac’h e oe great d’ezo enn digemer kalonek.

Mab Elisabet a yoa gwisket gant eur c’hroc’hen danvad, gwriet war e skoaz gant eur pennad korden, er gouelec’h (dezert) divezatoc’h e vezo goloet gant kroc’hen eur c’hanval.

Eun dervez edo sant Yan hag ar Mabig Jezuz o c’hoari war dreuzou an ti ; tom e oa d’ezo dindan heol bero bro ar Zav-Heol. Ganto edo ivez an oan o kemeret perz e c’hoariou e vignoned.

Setu en eun taol Yannig o vonet e ti ar c’halvez, hag hen o kemeret daou bez koad hag oc’h ober eur groaz ganto. O welet war al leur eun tamm lian roget, bet dresel gant ar Werc’hez, kredabl, e kemer anezan, hag hen d’hen staga evel eur ruban oc’h divreac’h ar groaz.

An avelig skanv, o c’houeza goustadik, a rea d’ezan heja en eun doare plijadurus da welet.

Tost d’ezan edo ar Bugel-Doue, hag eun tammig larkoc’h sant Josef, ar Werc’hez Vari ha santez Elisabet, sebezet o sellet oc’h c’hoari ar vugale.

Mari koulskoude a skrijas o welet ar groaz. Dont a reas sonj d’ezi eus komzou glac’harus an den koz Simeon ; he c’halon a zaoulammas, hag eus he daoulagad e tiredas daerou c’houero.

Hogen, setu eun dra laouennoc’h o tremen dirak o daoulagad.

O vesa savet war gein an oan, Jezuz a zeblantas kaout c’hoant da ober dre araok ar pez a dlie ober divezatoc’h en eur vont e kear Jeruzalem. Yannig a gas an oan gant eun dourn, hag en egile e toug e vanniel ; ma oe klevet en nenvou moueziou gwerc’h o kana da zabaturi ar garva diskouarn : « Bennozet ra vezo an hini a deu en hano an Aotrou ! »

Goude beza c’hoariet eur pennad evel-se, Jezuz a roas e frankiz d’al loen ; moueziou an nenvou a davas, ha ne oe klevet ken nemet trouzig an eskel o trouc’ha an ear. Ha netra ebet mui…

Elisabet koulskoude a lavare distrei d’ar gear ; sonet e oa heur an disparti. Yannig a gave dies kenan kuitaat e genderv hag… an oan en doa kement a blijadur gantan. Jezuz a welas mat e dristidigez hag a ouezas dioustu perak :

« Mar kerez, emezan, me a roi d’it va oan. » Eur mousc’hoarz a darzas war muzellou ar paotr, hag e zremm a deuas da veza laouen. Hogen, ar Mabig Jezuz a gemeras eur vouez c’haro hag a lavaras : « An oan a vezo hiviziken ez kichen evit da rei da anaout. Me eo an oan divlam a vo lakeat eun deiz d’ar maro ; d’it eo d’hen lavaret d’ar bobl er gouelec’h. »

Hag e oe klevet adarre kantikou an elez. Kana reant gant eur vouez ankeniet, leun a flourder :

« Ecce Agnus Dei, ecce qui tollit peccata mundi. »

Setu ama Oan Doue, setu an Hini a walc’h pec’hejou ar bed !


————


Ar Roc’h lenverez


————


Gwechall, a leverer, e veve e Konk-Leon, tostik da Lok-Maze-Penn-ar-Bed, eur pesketaer koz, Ivonig e hano. Piz-gagn e oa, ne glaske nepred nemet e vad e-unan ha dare e oa atao da gredi edo an dud o trouk-prezek anezan. N’en doa evit ti nemet eur c’hoz kraou koad savet oc’h kein eur roc’h war gorre an teven.

O veza n’ez ea morse da di ebet, e vuez a yoa henvel a-walc’h oc’h hini eun den gouez. Savet kerkent ha goulou-deiz, Ivonig a ziskenne en aod da ziskoulma korden e vag evit mont lark da bes keta, ha pa veze echu e labour gantan, e teue endro – evit mont da Gonk da werza e varc’hadourez ha dizrei ac’hano d’e doull ti.

Daoust ne rea ken eus e vuez, traou iskiz ha spontus zoken a gave ar besketerien all da lavaret war-benn an ermid koz.

Den morse ne lavare grig d’ezan ; ar vugale a dec’he kerkent ha m’her gwelent o tont e korn distro an hent-bras ; ar merc’hed hag ar baotred yaouank o-unan a droe o fenn gant heuz p’en em gavent dirake zrem zu hag e gein chouket.

Kozidi ar c’harter a gonte penaos gwechall — pell bras a zo abaoue avat — Ivonig a yoa deuet da jom er vro gant eur plac’h yaouank a-zoare. An tiegez, koulskoude, n’ea ket kaer an traou ennan. Kemente seblante Ivonig beza kalet ha piz, kement ez oa Noëla madelezus ha karadek.

Penaos bennak edo ar vuez ganto, ar re goz a gendalc’he da doui e oa maro ar vaouez geaz gant an naon hag an diouer a bep tra, red d’ezi gouzanvi a-berz he fried. Setu ma chome Ivonig e-unan gant Lanig, a yoa henvel kaer oc’h e vamm.

Bazatet bemdez gant e dad, hep eun tamm kreun da lakaat etre e zent, ar c’heaz a gemeras an tec’h eun dervez a oe, hep m’en divije den gouezet, abaoue, petra oa deut da veza. Neuze eo, pa welas edo an hu warnan, e teuas Ivonig da zevel e lochen war c’horre an teven.

Ar bloaveziou a dremenas o tigas d’ar besketaerien levenez ha glac’har bep eil dro. Ivonig hepken a gendalc’he da veza didrous, eürus bepred, evel pa vije difennet gant eur wrac’h bennak, gant eur galloud kuzet, diaoulek marteze, a zigase d’ezan nerz, yec’hed ha kalz pesked. Deuet e oa an dud da lavaret edo an diaoul e-unan o teurel evez war ar paotr piz, o rei d’ezan kement a c’hoantea er bed-ma. Paotred ar zabat, an hoperien noz, ar c’horred, ar c’hannerezed-noz ha kement viltanz a zo a deue, eme an dud, da goroll en dro da di Ivonig ha da zerc’hel kompagnunez d’ezan.

Tud chomet divezad war an teven o doa gwelet eno traou souezus, gwasoc’h ’zo ! traou heuzus ha mezus, na gredent koms anezo nemet goude beza great sin ar groaz n’ousped gwech.

An aotrou person, tad holl dud e barrez, evel m’eo han vet ganeomp, mantret gant kement a gleve, a glaskas distrei war an hent mat an danvad dianket. Ne oe ket selaouet nemeur.

« Dilez da vuez fall, Ivonig, eme ar person : Distro ouz an Doue a ankounac’hao da bec’hejou, ma teuez davetan a greiz kalon ha ma roez da c’her e reni hiviziken eur vuez gristen. »

— « It gant hoc’h hent. N’ez eus Doue ebet ! a hopas an den difeiz. It prim ac’halen, ha n’ankounac’haït ket e lavaran d’eoc’h brema e taolin ac’hanoc’h en aod eus gorre an teven ma, ma tigouez c’hoaz ganeoc’h dont betek ama. »

An aotrou person a ziskennas en eur ouela.

Hogen, setu eun dervez eur gorventen eus ar re vrasa o tont eus ar c’huz-heol. Ar mor pennfollet a deue da lipat betek gorre an teven, o koueza goude-ze war ar reier en eur ober eun trouz spontus. Al luc’hed a yea hag a deue dre an oabl, o treuzi ar meneziou koabr du, hag e kleved goude tarsiou kurun a lakae da grena an hardisa pesketaerien. Pep tra a zeblante beza dirollet hag a yoa evel dare da drei ar bed-holl war an tu gin.

Ar bagou, a drugare Doue, a yoa digouezet e poent. Ne vanke hini ebet. An holl besketaerien ivez a yoa er gwasked. N’oa den eta war an aod, o veza n’edod war c’hed eus merdead ebet chomet divezat ha tapet gant ar gorventen.

Kristen ebet war an teven ; kroazet e ziouvreac’h gantan hag azezet e toull eur roc’h, Ivonig hepken a zelle dizeblant ouz ar mor kounnaret.

Setu, en eun taol, ma klever klemmou truezus Beza ez eus du-ze, pell, pell, unan bennak o c’hervel eus e holl nerz. Klevet mat a reer, en despet da drouz spontus ar mor o freuzi war ar reier. Ivonig a zav soun en e zav : e lagad, boaz oc’h ar mor, a wel eur vag en dremwel. Ar vag-se ken dister a ra lammou souezus, a-wechou war c’horre ar gwagennou, a wechou-all e strad islonkou doun divent, dare atao da veza goloet.

Ivonig a azez a-nevez oc’h ober eur mousc’hoarz :

— « Unan nebeutoc’h da vont da besketa », eme ar paotr koz digalon.

— « Da vab eo, Ivonig a zo oc’h da c’hervel ! » a lavaras eur vouez.

— « Ya da ! Piou a zo ama o koms ouzin ? »

— « Hast buan, Ivonig, mar ’peus c’hoant da zavetei da vab ! » eme c’hoaz ar vouez.

— « N’em eus mab ebet… »

— « Ra vezi eta milliget, den fall ! »

Ha raktal an teven a-bez a oe sklerijennet gant eul luc’heden dispar.

Hag eun eal neuze, skedus evel an heol, eur pez kleze en e zourn, a deuas d’en em ziskouez da Ivonig, a grene en dro ma evel eur bern deliou. Hag an eal a lavaras :

« Den koz, an Aotrou a zo deuet da skuiza o welet da galon ken kalet. Kredet en doa e vije deuet da voukaat gant an darvoud-ma, hag ez pije goude troet kein d’az tizursiou. N’ac’h eus karet morse na da Zoue, na da wreg na da vab, na den. Lakaet ec’h eus da holl garantez er madou vil a dremen gant ar vuez. Karget oun gant Doue da zi gas kelou d’it eus e varnedigez. Da ene a deuio dre ama da huanadi, endro d’ar roc’h-ma, bep tro ma kouezo ar gorventen war aochou Breiz. »

..............................................................................................................

Pa en em zav ar tarsiou, pa c’houez an avel viz, e klever ar Roc’h o ouela, oc’h huanadi keit ha ma pad ar gorventen.

Setu perak, eme an hini a gonte d’in an dra-ma n’eus, nag e Konk na wardro, den piz na den digalon ebet.



————


Park ar Burzud


————


N’oa dre-oll nemet gwad d’an ampoent.

Seblantout a rea en doa Doue troet kein da Vro-C’hall.

Ar gwazed a vrezelle an eil eneb d’egile ’kouls ha pa dleje ar vuez padout atao, ’kouls ha ma vije bet gounidegez eun heur ken talvoudus hag ar vuez peurbadus. Pell a yoa ne weled mui ar mousc’hoarz war muzellou an dud yaouank, ar vugale a gave divlas o c’hoariou, hag ar mammou gwisket ganto o dilhad a ganv, a dec’he diouz o ziez evit mont d’an harlu da glask eur vuez siouloc’h.

Seitek kant trizek ha pevar-ugent ! E pe leac’h eta edo Doue d’ar mare-ze ?… Lezet en doa pobl ar Franz gantan e-unan.

Doriou pounner maner koz Kervern, du-ze, a-wel d’ar mor bras, a yoa serret-kloz ; ne gleved ket an distera trouz, nag er porz, nag en dourel vras ; youc’h ebet, klemmaden ebet…

— « N’eus den ennout, kastell koz ? »

Eo, Ivona a Gergallig a yoa e sal an traon war evez hag o pedi :

— « Maro eo va c’halon, n’eus mui netra evidoun er bed-ma. Anavezet em eus plijaduriou an douar ; bevet ha karet em eus. Brema avad, va bro a ra mez d’in ! Chomet oun va-unan, an hini a dlie beza va fried a zo maro war ar chafod ; feal bepred hag o plega dindan dourn Doue, e savas ar skalier griz, oc’h adlavaret koms e dadou koz : « Da Zoue va ene, va gwad d’ar roue ha va c’halon d’ezi ! » Ha Daniel a Gergadek a varvas goude, evel ar roue-merzer. »

Ivona eo an hini a hanve pa lavare d’ezi !

Hag Ivona, he-unan brema, a ouel, dilezet en he zi, endra m’ ema he zad e penn eur strollad Van-leaned o stourm kalounek.

Petra eo ’ta an trouz-se ? Skoet zo bet ouz an nor, hag ar plac’h yaouank a zo enkrezet.

— « Piou eta a zo aze ? »

Ivona a zilamm hag a c’halv ; eur vatez a heuilh anezi, hag e sell a-dreuz toull an nor.

— « Salver benniget ! hon aotrou person eo ! » Ha neuze eo mall ganti digeri frank an nor vras.

— « Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h, eme ar beleg, ha ra vimp skoazellet gant Doue ! Emeur war va lerc’h evel war lerc’h eul loen fall, ha koulskoude gwelit : dougen a ran aze korf sakr Hor Zalver em zac’hig seiz ! »

O klevet ar c’homzou-ze, ar gwragez santel a gouez d’an daoulin evit azeuli didrouz an Doue a blij gantan tremen dreist treuzou o zi.

— « Dont a ran eus Gwened, skuiz maro, eme ar beleg adarre. Lezit ac’hanoun da ziskuiza eur pennad hepken, ha neuze warc’hoaz vintin, ker kent ha goulou-deiz, me a gemero adarre an hent evit mont war zu an aod, ’leac’h ma ’z eus eur c’hlanvour keaz o c’hedal e nouen abarz mont d’ar vuez a bado atao. »

An noz a dremenas didrous.

Pa darzas an deiz, pa deuas ar c’henta sklerder da alaouri kribennou an tarsiou mor, an den koz enorus a guiteas ar maner, an Aotrou Doue war e galon. Mont a ra, kalonek ha krenv, evel eun den e-kreiz e nerz. Prez zo warnan. E peleac’h eta ema an enebour ?

Ema war evez. En amzeriou-ze ken trubuilhet, mezvet gant ar gounnar hag ar gwad, eur vanden laeron a zo oc’h e spia, oc’h e heul.

E peleac’h kuzat ? Da beleac’h mont ?

Eat eo berr warnan, ha koulskoude gant aon na ve saotret an tenzor a zo en e gerc’hen, ar person koz a red, a gouez meur a wech hag a zav adarre.

Setu ma klever trouz eun tenn…, hag eur glemmaden skiltrus… ; horjella ’ra ar beleg, hag e kouez… Trec’het eo an den !

Ha setu eun hosti wenn o tont eus kerc’hen an hini lazet, o sevel en ear, o tont hag o vont poulzet gant an avel ; eat eo da goueza e-kreiz eur park…

Er park-se, goloet neuze a reier, an holl vein abaoue o deus stum ar groaz.

Azalek ar mein bihana betek ar re vrasa, holl, hep ma vankche unan, hollint troet e kroasiou. An dud gouiziek a lavar int bet neteat, sklereat ; ar Gristenien avad a lavar eo ze eur burzud.

Ha pa’z efet dre Wened, it hoc’h-unan da welet ha gaou eo lavaran.


————


AR C’HORNANDONED DIVEZA [8]


————


Eun deiz sant Per a yoa o vont da ober eur c’housk, goude meren, e porched ar Baradoz pa glevas skei daou pe dri daol war an nor e giz pa vijed bet o lopa warni gant eun horz da bilat lann. Mont a reas, eun tammig droug ennan, da zellet a-dreuz ar barinier houarn a stanke toull an draf great en nor vras, hag e welas eur vaouez goz daou-bleget oll, ridet he dremm evel eun aval a zaou vloaz, dilhad pilpouz rous ganti, eur c’houef du war he fenn a goueze al lost anezan betek hanter he c’hein, hag eur boutou koad en he zreid boutou, kredabl eo (gant he nor.) he devoa skoet warnan.

— « Petra glaskit ? » eme Sant Per, rok an tamm anezan.

— « Aotrou Sant Per benniget (anavezet he devoa anezan dioc’htu abalamour m’oa disto e benn), me eo Fant an Touarc’h eus kichen Menez-Are, a zo bet e doug va buez eur vesaerez denved. Deuet oun d’ar Baradoz da c’houlen eur c’hougnig, hag ouspen-ze, me garfe ober eur pennad diviz ganeoc’h mar ho pefe eun tammig amzer. A drugare Doue, gwelet a ran e komzit brao ar brezoneg. Nak aon am boa na c’helljac’h ket koms ouzin, rak, me, aotrou Sant Per benniget, n’oun ket bet er skol ha n’ouzon tamm galleg ebet. »

Sant Per a zirollas da c’hoarzin.

— « Bezit dinec’h, maeronez, emezan, ama e komzer an holl yezou, hag eun tachad a zo zoken, ne glevan kouls lavaret nemet brezoneg er Baradoz. Deuit ’ta er porched, ama e vezo goudoroc’h d’eomp. »

Sant Per a zigoras an nor, a azezas en e gador, ha Fant war eur skaon en e gichen. « Lavaret a rean d’eoc’h ’ta, Fant, e komzer ar brezoneg er Baradoz alies alies brema. Eur pennadig a zo e oa deuet ar c’helou betek ama, penaos eur guchennad Bretoned digalon ha lorc’hus, war digarez ma ouient eun tammig galleg, a lavare o fedennou hag o c’hatekiz d’o bugaligou e galleg ivez, mar plij ; ar vugaligou baour a zrailhe o fedennou hep gouzout petra lavarent. Pa glevas santez Anna an dra-ze e tirollas da ouela, evel a ra ar mammou koz pa vez great droug d’o bugaligou. Evit frealzi he c’halon, hor Zalver a lavaras d’ezi : « Ehanit da ouela, mamm goz, yez kaer ho Pretoned ne vezo morse kollet e Breiz ; ma tinac’h unan bennak anezan, ama da vihana, er Baradoz, ne vezo morse dilezet. Ha kentoc’h eget gwelet Breiziz oc’h ankounac’haat o brezoneg, me gasfe va aelez d’hen deski d’ar vugaligou en o c’havel. Abaoue an deiz-se e klever dalc’h-mad an nevo o tregerni gant toniou ha soniou Breiz-Izel. »

Fant, kroaziet he divreac’h ganti, a zelaoue gant dudi komzou porsier ar Baradoz. Pa oa achu gantan, sant Per a lavaras :

— « Brema, Fant, eo deuet ho tro. Petra hoc’h eus da lavaret d’in ? »

— « C’hoant am boa da lavaret d’eoc’h, abostol santel, ez eus c’hoaz kornandoned e Breiz-Izel. Va mamm-goz, Doue r’he fardono ! am eus klevet o lavaret meur a wech ne vez mui gwelet er vro na paotred ar zabat na kornandoned abaoue ma vez kanet ar Gredo en oferen-bred. Mat, sant Per benniget, m ’em eus o gwelet, e traon Mene-Are, du-ze, e-kichen chapel Sant Kadou, war dreuzou ar japel zoken, ha sant Kadou na rea van, e-giz pa vije a-unan ganto. Seta aze eur c’hoz sant avad ! »

Sant Per a jomas nec’het bras o klevet kemend-all. N’oa douetanz ebet da gaout koulskoude : Fant an Touarc’h a lavare sur ar wirionez, eun ene ken eün ha ker glan ! Ha neuze, no lavarer morse a c’hevier e-kichen dor ar Baradoz.

— « Biskoaz n’em eus klevet kemend-all, a lavaras-hen en eur skrabat e benn. Kornandoned e Breiz-Izel !… e kichen chapel eur zant !!… Gortozit, maeronez, ma welin e peleac’h ema an dra-re… ! »

Digeri a reas eun arbel a yoa eno ; kemeret a reas eun heuriou bras, bras, merket warnan an holl vroiou eus ar bed hag an traou a zo enno. Goude beza lakeat e lunedou aour e troas an deliennou teo eus al levr, ken na gavas an hini a yoa merket warnezi : BREIZ-IZEL.

— « C’houi lavar, ha n’eo ket ’ta ? e Menez-Are !… Chapel Sant Kadou !… »

— « Ya, ya, sant Per ; zoken oun bet epad ouspen hanter kant vloaz o tiwall an denved eno. Na ped gwech, va Doue, n’o deus ket ar C’hornandoned divalo-ze laeret denvedigou diganen… »

Sant Per a glaske atao ; a-ben eur pennad mat a amzer e lakeas e viz war eur rouden c’hlas a yoa roudou eur groaz warnezi.

— « Asa, eo evelato, emezan ; kavet eo ganen chapel Sant Kadou ! »

Hag e lavaras d’eun eal a voa eno o c’hedal :

— « Kasit an ene mat-se d’hor Zalver ha livirit d’ezan en deus great kalz vad d’ar relijion zantel. »

An eal a reas eur c’houezaden, ha kerkent dor aour ar Baradoz a zigoras, ha Fant, pa welas peger kaer ha pegen dudius e oa an holl draou ebarz, a reas eur gammed war he c’hiz, ne grede ket mont er Baradoz ; sellet a rea oc’h he boutou koad. Penaos mont gant eur boutou ken teo ha ker pounner war leur-zi aour ar Baradoz ? Sant Per a lavaras d’ezi :

— « N’ho pezet aon ebet, Fant ; ne viot ket ar genta o vont aze gant eur boutou koad. »

Neuze ar vaouez geaz, hardiseat, a yeas ebarz. Kerkent ha ma oa eat dreist an treuzou he dilhad holl, he boutou zoken, a deuas da veza skedus evel an aour, hag ar c’holo a deue eun tammig er-meaz eus he boutou a yoa lugernus evel bannou heol. Pa oa eat Fant er Baradoz, sant Per a skoas eun taol gant e alc’houez war ar skaon, ha kerkent eun arc’heal kaer meurbed en em gavas en e gichen. Azariaz e oa, an arc’heal a veze kaset peurliesa da ober ar c’hevrediou a veze c’hoant da ober buan.

— « Sellit, a lavaras d’ezan ar zant ; gwelet a rit aze eur rouden c’hlas, eur groaz warnezi. Ac’hanta, aze ema chapel Sant Kadou, e-kichen Menez-Are, e Breiz-Izel. Eno, war a glevan, ez eus c’hoaz kornandoned ; it da welet. Skrivit war an delien baper wenn-ma kement a welot hag a glevot, ma c’hellin lavaret d’an Aotrou Doue ar wirionez pen-da-benn. »

O veza saludet sant Per, an arc’heal a zispakas e ziouaskel lugernus ha ne oe ket pell oc’h erruout a-us da vro Vreiz-Izel.

P’edo digouezet tostik-tost, e chomas eun tachad da ehana war eur goumoulen o sellet ouz an douar ha na pebeuz tra iskis a welas, va Doue !… En eul lanneg, en-dro d’eur chapel, ha betek war dreujou ar chapel zoken, eur bagad loenedigou blevek, kerniel war o fenn, a zanse, a c’haloupe, a zaoulamme, a youc’he ; ha gant eun dan vad paour tapet ganto e c’hoarient, o teuler anezan eus an eil d’egile, evel ma ra paotred Plougasnou pa vezont o c’hoari terri koz podou da zular C’hasimodo. An dan vad paour a vleje hag e c’hloan a nije gant an avel evel pluennou erc’h.

Ar chornandoned a youc’he bepred hag a gane :


Sant Kadou zo eur zantig mat,
Patati, patatat,
Mignon eo d’ar c’hornandoned
Patati, patataned.


An arc’heal paour a skrije o klevet kemend all, hag o welet eur seurt tra heuzus ; dispaka a reas koulskoude e baper, ha gant e bluen aour e skrivas :

« En hano an Doue teir gwech santel, me, Azariaz, Arc’heal eus ar Baradoz, dre eun nosvez kaer steredennet, em eus gwelet en eul lanneg, dirak chapel Sant Kadou, sperejou daonet oc’h ober c’hoariou iskis ; taoler a reant en ear eun dan vad, evel a ra ealedigou ar Baradoz pa vezont o c’hoari bilibotan, hag en eur youc’hal e kanent soniou en enor da zant Kadou. »

Pa oe echu e skrid gant an arc’heal e tispakas adarre e ziouaskel, hag e teuas betek an douar, sioulik. Skeud e ziouaskel lugernus a spontas ar c’hornandoned, ken na laoskjont eur youc’hadeg, evel pa vije bet tri c’hant kaz o viaoual, hag ez ejont kuit evel pa vijent eat en douar.

An arc’heal a jomas a-zav dirak ar chapel. A zioc’h an nor, en eur c’hustod, e weled skeuden sant Kadou, e mean Kerzanton, eur vantel vean ivez war e gein, ha hi kizellet kaer meurbed.

An arc’heal a zavas e zaoulagad da zellet oc’h skeuden ar zant, hag e oé souezet maro o welet anezan o ouela, ken dourek zoken, ma tivere an daerou betek an douar.

— « Perak, eme gannad an nenvou, e ouelit hu evel-se ? »

— « Eal santel, eme ar zant, me a zo, pell bras a zo o c’hedal ma teuy unan bennak da rei skoazel d’in. Na laouen ez oun ouz ho kwelet !… »

— « Asa, eme an eal, o klask ober gwap eo emaoc’h ’m eus aon ! Laoskit hoc’h ormidou, me ho ped, ha selaouit ac’hanoun. Me eo Azariaz, Arc’heal, digaset ama gant Doue evit gouzout ar wirionez. Livirit d’in eta war-eün penaos ha perak e vez aze bemnoz an diaoulou bihan am eus gwelet aze bremaïk. »

Ar zant a laoskas eur glemmaden druezus.

— « Buan, buan, eme an arc’heal ; hor Zalver a zo o c’hortoz ac’hanoun, hag ar Baradoz, evel a ouzoc’h, a zo pell ac’han. »

— « Ra viot benniget, eal santel !… » eme ar zant.

— « Arc’heal… eme Azariaz, arc’heal eo ez oun ! »

Hag e tispakas e baper aour.

Goude beza huanadet, sant Kadou a lavaras :

— « Brema ez eus wardro daou c’hant vloaz, dre eun nosvez zu hag arneok, e klevis, dreist trouz an avel pennfollet, eun trouz-all krenvoc’h ha skiltrusoc’h, henvel oc’h eur glemmaden spontus, hag en dro d’in war al lanneg, e welis o koueza, evel eur barrad kazarc’h, loenedigou bihan, du ha blevek ; me lakae e oant lapoused noz. Unan anezo a deuas d’am c’haout hag a lavaras d’in :

— « Ni eo ar c’hornandoned diveza ; kas a reer ac’hanomp eus a bep leac’h, zoken eus a Vreiz eleac’h ez omp ganet. Breur, lez ac’hanomp da veva ama ez kichen ; bez truez oc’h ar c’hornandoned keiz… »

— « Me a zavas va baz, eur vaz vrao, a yoa neuze em dourn. Siouaz ! uzet ha krinet, torret eo bet zoken gant an amzer. Gant va baz e ris en ear sin ar groaz, o youc’hal a-bouez penn : « It kuit, sperejou fall ; en hano hor Zalver, it kuit ! » Kerkent an holl loenedigou ze a dec’has evel skubet gant eur barr-avel. Klevet a ris c’hoaz youc’hadeg ha malloziou epad eur pennadig… »

— « C’houi, eme an arc’heal, a lavar e oant eat kuit ; penaos ’ta edont i aze bremaïk ? »

— « Mont a ran da lavaret d’eoc’h, eal santel, eme zant Kadou gant eur vouez lentik. Gouzout a rit, kredabl, ez eus bet er vro eun dispac’h, eur reveulzi eus ar gwasa ; servicherien Doue hag ar veleien a veze lazet, an ilizou serret, skeudennou ar zent zoken a veze torret o fennou outo. D’in-me ne oe great droug ebet, abalamour d’am mantel a gaved kaer kenan, evit doare. Dont a rejod eur mintinvez d’am c’herc’hat, lakeat e oen war va c’hein en eur c’harr, ha kaset da Gemper, e leac’h ma ’z oa mennoz, dioc’h ma kleven, d’am lakaat en eun ti bras ’zo eno da c’horren an traou koz o deus talvoudegez, evit ma’z afe d’o gwelet an dud o defe c’hoant.

Noz e oa pa zigouezis eno, ha da c’hedal an deiz e oen lakeat en eur park tostik da gear. E c’hellit kredi, n’edon ket war va zu eno ; ne rean nemet hirvoudi warlerc’h va japel, ar menez a garien kement, hag an dud vat a deue bemdez d’am fedi. An noz a zeuas eta, noz kaer ha dudius ; bolz an nenv a yoa steredennet evel eur parkad balan karget a vleun melen. Va Doue, eal benniget, m’am bije bet diouaskel eveldoc’h e c’hellit kredi ne vijen ket chomet eno. »

Sant Kadou geaz a grene e vouez ; anat e oa en devoa aon.

— « Buan ! Buan ! hasti tafo ! » eme an arc’heal.

— « … Edon o ouela, glac’haret holl, pa glevis, wardro an hanter-noz, eun trouz henvel oc’h an hini am boa klevet ama eun nosvez, daou c’hant vloaz a zo ; an oabl a deuas da denvalaat, hag e klevis moueziou iskis o yudal hag o viaoual. Ar c’hornandoned eo a yoa o tont. Deuet e oant d’am c’hichen ; lammet, nijal a reant en-dro d’in. Neuze e teuas d’in eur mennoz. Klevet em boa ar re goz o lavaret n’eo ket ar c’hornandoned ken drouk ha ma kreder peurvuia ; va mamm-goz he devoa kontet d’in an troiou-kamm o devoa great meur a wech evit ober vad d’an dud keiz.

Hag e c’halvis anezo… » — An arc’heal a skrijas gant heuz o klevet kemend-all.

— « Penaos, emezan, hoc’h eus gallet, c’houi eur zant, gervel kornandoned war ho tro ? »

— « Ya, ya, sur, gervel a ris ar c’hornandoned. O va Zalver Jezuz, koueza rejont warnoun evel eur bar-arne ; krena ’ran c’hoaz pa zonjan… »

Hag an eal, eun tamm droug santel ennan, a lavare : « Difre, difre ! Lez an troidellou hag an digareziou. »

— « Aon am boa, ha ne ouien petra da ober. C’hoaz ma vije bet va baz ganen ! Mes, siouaz ! unan anezo a zellas piz ouzin hag a youc’has : « Sant Kadou eo ! Sant Kadou eo ! Hi ! hi ! hi ! » Hag an toullad traou hudur da yudal eveltan : « Sant Kadou eo ! Hi ! hi ! hi ! hi ! » Hag e lamment evel diaoulou… — « Ya, sur, kornandoned vat, me eo sant Kadou ; ma karfac’h kas ac’hanoun d’am japel, du-hont, e kichen Menez-Are, n’ho pefe ket a geuza-c’houdevez. » — « Petra roi d’eomp ? » – « Me bedo Doue evidoc’h. » – « Hi ! hi ! hi !… Leuskel a ri ac’hanomp da veva el lanneg, eno ez kichen ? » — « Gouzout a rit ervat, kornandoned keiz, me n’hellan ket rei d’eoc’h ar gwir-ze. »

— « Hi ! hi ! hi ! n’hell ket leuskel achanomp, emezan… » — « Sell, sell, eme unan, n’ema ket e vaz gantan… » — « …N’ema ket e vaz gantan ! » eme ar re all war e lerc’h a eur vouez. Ha kerkent e tibradont ac’hanoun war-bouez o skilfou, uhel, uhel en ear. Digouezet e oant etre ar meneziou, e leac’h ma’z eus eun toull doun, leun a zour lous, hag a vez great Toull-an-diaoul anezan ; den ne dremen morse ebiou eno hep ober sin ar groaz. Mat, a-ziout an toull-ze eo e oen kaset ganto. Hag e kanent : « Paratata Paratati ! E Toull-an-diaoul ez i !!!… » Ken trubuilhet e oan ma ne ouien mui petra rean ; ne ouien ket petra lavaren. Va Doue, arc’heal santel, me… me… me gav d’in em boa lavaret e rojen d’ezo ar pez a c’houlennent, e lezjen anezo ama el lanneg… Ya, kredi ran, mes, lavaret a ran d’eoc’h, ne ouien ket petra rean… »

An arc’heal a grizas e dal ; eur zell du a reas oc’h ar zant paour. Hema a welas an dra ze, hag a hastas lavaret :

— « Manket oun bet, her gouzout a ran ; keuz am eus. Petra fell d’eoc’h ? Great eo an taol ! Ha neuze, aotrou arc’heal, kredit ac’hanoun, me a anavez mat ar c’hornandoned ; n’int ket ker fall ha ma leverer… »

— « …Awalc’h, eme an arc’heal ; Doue a varno ! »

Dastum a reas e baper, hag o tispaka e ziouaskel e nijas buan d’ar Baradoz.

Pa zigouezas en nenv, tenval e benn, e roas e baper da zant Per. Hema a yoa prez bras warnezan. Eur maread brao a eneou a yoa oc’h e c’hedal, ha kalz anezo a yoa du evel uzel ar siminal ; hag ar porsier koz a c’hrosmole :

— « Boued an diaoul ! Boued an ifern !… »

Lenn a reas kerkent ha ma c’hellas ar skrid en devoa bet digant an arc’heal. Mat, mat oa. Sant Kadou a yoa kablus ; hogen, sant Per geaz n’en doa ket ankounac’heat en devoa pec’het ivez e unan. Ha setu-hen nec’het, ken nec’het ha ma c’heller beza. Sevel a reas e benn d’an neac’h, evel evit klask sklerijen ; hag e welas eun ene o tont ; chilgammat a rea mantrus o vont er-meaz eus ar Baradoz. — « Hola ! eme ar porsier koz, da beleac’h ez it ’ta evel-se, hep goulen va aotre ? »

Fant geaz e oa. Chom a reas a zav, hag e lavaras : « Edon o vont da welet va denved ; aon am eus na ve eat meur a hini anezo gant ar c’hornandoned. Sell ’ta, pa deu em spered, hag hoc’h arc’heal, dizro eo ? »

— « Ya, sur, eme zant Per ; ma c’houfac’h pegen nec’het oun-me gant ar c’hornandoned daonet se ! »

— « Kredi a-walc’h a ran ac’hanoc’h, abostol santel ; loenedigou divalo eo ar re-ze. Ma vijen bet sant Per, me oar avad petra ’m bije great… »

— « Livirit d’in ’ta, Fantig, livirit d’in ’ta buan ! »

— « M’em bije o dastumet holl en eur gaoued, ha lakeat anezo en eur c’horn bennak eus ar Baradoz da ober plijadur d’an ealedigou inosant a zo aze ; n’eo ket ma vent inouet bugaligou an Aotrou Doue, mes, sellit, pa ne c’hellint mui ober droug, ar c’hornandoned a zanso, a lammo, hag a gano en eun doare ken iskis, ma vo, sura-walc’h, kalz ebat ganto ! »

Sant Per a zizavas gant e zourn ar bouchadig bleo gwenn a yoa c’hoaz a-zioc’h e dal. — « Eun ali mat eo, a gredan, demezel Fantig. Mont a ran da welet an Aotrou Doue. »

Hor Zalver en deus stad ouz kement tra n’eo ket drouk, hag e kavas mat kenan ar pez a lavare d’ezan sant Per. — « It, emezan, da gaout va zad-mager, ne jomo ket hep rei d’eoc’h eur gaoued. »

Sant Josef a yoa dres o tigouezout er Baradoz, bet oc’h ober eun dro e Breiz-Izel. Bloaz a yoa, da zadorn ar Basion, sakrist Kastell-Paol, o voucha skeudennou ar zent, a zigouezas gantan terri skouarn dragon sant Paol gant e skeul. Sant Josef en doa klevet santez Anna ha sant Paol Aorelian o koms etrezo diwar-benn, an dra-ze ; hag e kemeras e venviou, eun nosvez, hag, hep gouzout da zen, ez oa bet o tresa ar skouarn dorret. Pa oe lavaret d’ezan petra yoa c’hoant a raje, e stagas buan d’al labour. Ne oe ket pell evit beza great ; livet hag alaouret e oe ivez, ha ker kaer e oa ma ’z oa eun dudi sellet outi.

Sant Per ken nebeut, n’en doa ket ankounac’heat e vicher goz. Lakaat a reas ober eur roued bras, bras, henvel ouz ar re a veze gantan gwechall o pesketa.

Eun nosvez ma oa ar c’hornandoned en o gwella o c’hoari hag o youc’hal en dro d’ar japel, sant Kadou a yoa o ouela pa welas an nenv o tigeri, hag eun dra henvel oc’h eur goumoulen leun a doullou o koueza war an dachen, ha buan, evel eur barr-avel o rafla an holl gornandoned, hag o sevel ganto warzu ar Baradoz.

Abaoue n’eus ket bet gwelet a gornandoned e Breiz-Izel


DIVEZ

TAOLEN
eus ar pez a zo el levr-ma


————




————
  1. Brizeux ; Furnez Breiz.
  2. Klaoda : Mouez Reier Plougastel.
  3. Klaoda : Mouez Reier Plougastel.
  4. Luzel : Bepred Breizad.
  5. En mémoire.
  6. Fronde e galleg.
  7. Résurrection.
  8. Skrivet gant Marianna Abgrall (Notenn gant Wikimammenn)