Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ, 1897/A bezh
AR VAM-SCRID GREGACH.
58, RUE DE CLICHY.
PAJEN
EVR lignez Jesus-Christ, mab David, mab Abraham.
(2) Abraham a oe tad da Isaac. Isaac a oe tad da Jacob. Jacob a oe tad da Juda ha d’he vreudeur. (3) Juda hen doe euz a Damar Farez ha Zara. Farez a oe tad da Esrom. Esrom a oe tad da Aram. (4) Aram a oe tad da Aminadab. Aminadab a oe tad da Naason. (5) Naason a oe tad da Zaimon. Salmon hen doe euz a Rahab Booz. Booz hen doe euz a Ruth Obed. Obed a oe tad da Jesse. (6) Jesse a oe tad d’ar roue David. Ar roue David hen doe Salomon, euz an hini a oa bet greg da Uri.
(7) Salomon a oe tad da Roboam. Roboam a oe tad da Abia. (8) Abia a oe tad da Asa. Asa a oe tad da Josafat. Josafat a oe tad da Joram. Joram a oe tad da Hosias. (9) Hosias a oe tad da Joatham. Joatham a oe tad da Achas. Achas a oe tad da Ezekias. (10) Ezekias a oe tad da Yanasse. Manasse a oe tad da Amon. Amon a oe tad da Josias. Josias a oe tad da Joakim. (11) Joakim a oe tad da Jekonias ha d’he vreudeur, var-dro an amzer ma oent kasset e captivite da Vabilon.
(12) Ha goude ma oent bet kasset euz ho bro da Vabilon, Jekonias a oe tad da Zalathiel. Salathiel a oe tad da Zorobabel. (13) Zorobabel a oe tad da Abiud. Abiud a oe tad da Eliakim. Eliakim a oe tad da Azor. (14) Azor a oe tad da Zadoc. Sadoc a oe tad da Achim. Achim a oe tad da Eliud. (15) Eliud a oe tad da Eleazar. Eleazar a oe tad da Vatthan. Matthan a oe tad da Jacob ; (16) ha Jacob a oe tad da Josef, pried Mari, euz a behini eo bet ganet Jesus, a c’halver Christ.
(17) Beza ez euz eta en holl, euz a Abrabam bete David, pevarzec generation ; hag euz a Zavid bete captivite Babilon, pevarzec generation ; hag euz a gaptivite Babilon beteg ar Christ, pevarzec generation.
(18) Hogen, ginivelez Jesus-Christ a c’hoarvezaz evel-hen : Goude ma oe dimezet Mari, he vam, da Josef, araog ma oant eat assambles, hi en em gavaz brazez dre ar Spered-Santel. (19) Mes Josef, he fried, o veza eun den just, pehini na felle ket dezhan he dishenori dirag an holl, a zonjaz he c’has kuit e-kuz. (20) Mes pa oa o sonjal kement-se, setu, eun eal a-berz an Aotrou en em brezantaz dirazhan dre eun huvre, hag a lavaraz dezhan : Josef, mab David, n’az pez ket a aoun da gemeret ganez Mari da vreg ; rag ar pez a zo concevet enhi a zo euz ar Spered-Santel ; (21) hag e c’hano eur mab, hag e c’halvi he hano Jesus (Salver) ; rag hen eo a zaveteo he bobl euz ho fec’hejou.
(22) Hogen, kement-se holl a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar pez a oa bet lavaret evel-hen gant an Aotrou dre ar profet : (23) Setu, ar verc’hez a vezo brazez, hag e c’hano eur mab, hag he hano a vezo Emmanuel, da lavaret eo : DOUE GANEOMP.
(24) Josef o veza dihunet euz he gousk, a reaz evel m’hen doa gourc’hemenet dezhan eal an Aotrou, hag e tigemeraz he vreg. (25) Mes ne anavezaz ket anezhi bete ma oe gwillioudet euz he mab kenta-ganet, hag hen a roaz dezhan an hano a Jesus.
ESUS o veza ganet en Bethlehem, kear euz a Juda, en amzer ar roue Herodes, (2) setu e teuaz majed euz ar Zao-heol da Jerusalem, en eur lavaret : Pe leac’h eman an hini a zo ganet da roue d’ar Judevien ? rag gwelet hon euz he stereden er Zao-heol, hag ez omp deuet d’hen adori. (3) Ar roue Herodes, o veza klevet kement-se a oe troublet, ha Jerusalem holl ganthan. (4) Hag o veza assamblet holl brinsed ar veleien, ha Scribed ar bobl, e c’houlennaz diganthe pe leac’h e tlie genel ar Christ. (5) Hag int a lavaraz dezhan : En Bethlehem, euz a Juda ; rag evel-hen eo bet scrivet dre ar profet : (6) Ha te, Bethlehem, douar Juda, n’oud ket an distera e-touez ar c’heariou kenta euz a Juda ; rag ac’hanoud eo e teui ar Rener pehini a reno va fobl Israel.
(7) Neuze Herodes, o veza galvet ar majed e-kuz, a c’houlennaz gant preder diganthe e pe amzer ho doa gwelet ar stereden ; (8) hag o kas anezhe da Vethlehem, e lavaraz : It, ha goulennit gant preder divarben ar bugel bihan, ha pa ho pezo kavet anezhan, livirit d’in, evit ma’z in-me ive d’hen adori. (9) Ar re-man eta, goude beza klevet ar roue, a bartiaz ; ha setu, ar stereden ho doa gwelet er Zao-heol a iea en ho raog, bete ma teuaz, ha ma choumaz a-uz al leac’h ma oa ar bugel bihan. (10) Ha pa veljont ar stereden, e oe karget ho c’halon gant eur joa vraz. (11) Hag o veza eat en ti, e kavjont ar bugel gant Mari he vam ; hag oc’h en em brosterni dirazhan, ec’h adorjont anezhan ; ha goude beza digoret ho zenzoriou, e rojont dezhan prezanchou, aour, ezans ha mirrh. (12) Hag o veza bet avertisset gant Doue, dre eun huvre, na zistrojent ket da gavout Herodes, e tistrojont d’ho bro dre eun hent all.
(13) Pa oant eat kuit, eun eal a-berz an Aotrou en em ziskouezaz da Josef, dre eun huvre, o lavaret : Sav ; kemer ar bugel bihan hag he vam, ha tec’h en Ejypt, ha choum eno ken a livirin d’id ; rag Herodes a glasko ar bugel evit hen lakaad d’ar maro. Josef, o veza savet, a (14) gemeraz ar bugel bihan hag he vam, en noz, hag en em dennaz en Ejypt. (15) Hag e choumaz eno bete ma varvaz Herodes. Evel-se e oe accomplisset ar pez hen doa lavaret an Aotrou dre ar profet evel-hen : Galvet em euz va mab euz an Ejypt.
(16) Neuze Herodes, pa velaz ho doa ar majed great goab anezhan, a oe en coler vraz, hag e kassaz tud da laza en Bethlehem hag en he holl vro, an holl vugale a zaou vloaz hag izeloc’h, hervez an amzer m’hen doa goulennet gant preder digant ar majed. (17) Neuze e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar profet Jeremias : (18) Klevet a zo bet en Rama criadennou, hirvoudou, gwelvan ha klemmou braz : Rachel o wela d’he bugale ; ha na felle ket dezhi beza consolet, abalamour n’emaint mui.
(19) Mes pa oe maro Herodes, setu, eun eal a-berz an Aotrou en em ziskouezaz dre eun huvre da Josef, en Ejypt, o lavaret : Sav, kemer ar bugel bihan hag he vam, (20) ha distro da vro Israel ; rag ar re a glaske lemmel he vuez digant ar bugel a zo maro. (21) Josef eta, o veza savet, a gemeraz ar bugel hag he vam, hag a zeuaz en douar Israel. (22) Mes, pa glevaz e oa Arkelaüs o rên er Jude e plas he dad Herodes, hen doe aoun da vond di, hag o veza bet avertisset gant Doue dre eun huvre, en em dennaz e costeziou Galile, (23) hag o veza deuet, e choumaz en eur gear galvet Nazaret ; hag evel-se e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar brofeted : Galvet e vezo Nazaread.
N deiziou-ze e teuaz Ian ar Badezour, o prezeg en dezert ar Jude, hag o lavaret : (2) En em gonvertissit, rag rouantelez an envou a zo tost. (3) Rag he-man eo an hini divarben pehini hen deuz komzet ar profet Izaias, pa lavaraz : Mouez an hini a gri en dezert : Preparit hent an Aotrou : lakit eün he wenojennou.
(4) Hogen, ar Ian-ze hen doa eur zae a vleo kanval, hag eur gouriz ler en-dro d’he groazel ; hag he voued a oa killeien-raden ha mel gwez.
(5) Neuze Jerusalem, hag ar Jude holl, hag an holl vro var-dro d’ar Jourdan a zeue er meaz d’he gavout ; (6) hag e oent badezet ganthan er Jourdan, oc’h anzav ho fec’hejou.
(7) Mes o velet kalz a Farizianed hag a Saduseed o tond d’he vadiziant, hen a lavaraz dezhe : Raç an aered-viber ! piou hen deuz desket deoc’h tec’hel rag ar goler da zond ? (8) Grit eta frouez hag a gonven d’ar gonversion. (9) Ha na zonjit ket lavaret enoc’h hoc’h-unan : Beza hon deuz Abraham da dad ; rag me a lavar deoc’h, ec’h hell Doue sevel euz ar vein-ze bugale da Abraham. (10) Hag ar vouc’hal a zo dija lakeat ouz grizien ar gwez ; pep gwezen eta ha na ro ket a frouez mad a vez troc’het ha taolet en tan. (11) Evidoun-me a vadez ac’hanoc’h en dour evit ar gonversion ; mes an hini a zeu var va learc’h a zo galloudussoc’h egedoun, ha n’oun ket dign da zougen dezhan he voutou ; hen ho padezo er Spered-Santel hag en tan. (12) He groe a zo ganthan en he zorn, hag e netaio ervad he leur, hag e tastumo he winiz er c’hreuniel ; mes lakaad a rai ar pell da zevi en eun tan ha na varvo ket.
(13) Neuze Jesus a zeuaz euz a C’halile d^ar Jourdan, da gavout Ian, evit beza badezet ganthan. (14) Mes Ian na felle ket dezhan he vadezi, hag a lavare : Me em euz ezom da veza badezet ganez, hag e teuez d’am c’havout ! (15) Ha Jesus, en eur respont, a lavaraz dezhan : Na stourm ket ouzin evit breman ; rag evel-se eo e tere ouzomp accomplissa peb justis. Neuze ne stourmaz ken outhan.
(18) Ha goude ma oa bet badezet Jesus, e savaz rag-tal euz an dour, ha setu an envou en em zigoraz dezhan, hag e velaz Spered Doue o tisken evel eur goulm hag o tond varnezhan. (17) Ha setu eur vouez euz an envou, hag a lavaraz : He-man eo va mab muia-karet, e pehini em euz lakeat va holl joa.
EUZE Jesus a oe kasset gant ar Spered ebarz an dezert evit beza tentet gant an diaoul. (2) Ha goude m’hen doe iunet daou-ugent devez ha daou-ugent nosvez, hen doe naoun. (3) Hag an tentatour, o veza tosteat outhan, a lavaraz : Mar d’oud Mab Doue, lavar ma teui ar vein-ze da veza bara. (4) Mes Jesus o respont a lavaraz : Scrivet eo : N’eo ket gant bara hep-ken e vevo an den, mes gant pep ger a zeu euz a c’henou Doue. (5) Neuze an diaoul hen kassaz er gear zantel, hag a lekeaz anezhan var lein an templ ; hag a lavaraz dezhan : (6) Mar d’oud Mab Doue, en em daol d’an traon ; rag scrivet eo : Gourc’hemen a rai d’he elez divar da ben, hag e tougint ac’hanoud etre ho daouarn, gant aoun na stokfez da droad ouz eur mean-benag. (7) Jesus a lavaraz dezhan : Scrivet eo ive : Na denti ket an Aotrou da Zoue. (8) An diaoul a gassaz anezhan c’hoas var eur menez huel meurbed, hag a ziskouezaz dezhan holl rouantelezou ar bed hag ar gloar anezhe ; hag e lavaraz dezhan : (9) An holl draou-ze a roin d’id, mar en em brosternez d’am adori. (10) Neuze Jesus a lavaraz dezhan : Tec’h kuit, Satan ; rag scrivet eo : An Aotrou da Zoue a adori, hag hen hepken a zervichi. (11) Neuze an diaoul a lezaz anezhan ; ha setu ma teuaz elez hag a zervichaz anezhan.
(12) Hogen Jesus, o veza klevet e oa bet lakeat Ian er prizon, en em dennaz en Galile. (13) Hag o veza kuiteet Nazaret, e teuaz da choum e Cafernaüm, kear arvorec, var harzou Zabulon ha Neftali ; (14) hag evel-se e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret evel-hen dre ar profet Izaias : (15) Douar Zabulon ha douar Neftali, var hent ar mor, en tu-all d’ar Jourdan, Galile ar Jentiled ! (16) Ar bobl a oa azezet en devalijen, he deuz gwelet eur sclerijen vraz ; hag en em zavet eo ar sclerijen var ar re a oa azezet en bro hag en skeud ar maro.
(17) Adaleg neuze Jesus a gommansaz da brezeg ha da lavaret : En em gonvertissit, rag rouantelez an envou a zo tost.
(18) Ha Jesus, en eur vale a-hed mor Galile, a velaz daou vreur, Simon, a c’halver Per, hag Andre he vreur, o teurel ho rouejou er mor ; rag pesketerien e oant. (19) Hag e lavaraz dezhe : Deut var va learc’h, ha me a raio ac’hanoc’h pesketerien tud. (20) Hag int rag-tal, o lezel ho rouejou, a heuliaz anezhan. (21) Hag ac’hane o vond araog, e velaz daou vreur all, Jakes, mab Zebede, ha Ian he vreur, en eur vag, gant Zebede ho zad, o tressa ho rouejou, hag e c’halvaz anezhe. (22) Hag int rag-tal o lezel ar vag hag ho zad, a heuliaz anezhan.
(2) Ha Jesus a iea dre an holl C’halile, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad kement klenved, ha kement infirmite a oa e-touez ar bobl. (2) Hag ar vrud anezhan a ieaz dre an holl Siri ; hag e tigassent dezhan an holl dud klanv ha dalc’het gant meur a glenved hag a wall-boan, hag ar re dalc’het gant an drouk-spered, hag ar re loarec, hag ar re baralitic ; hag hen a iac’hae anezhe. (25) Ha mareadou braz a dud a heuliaz anezhan euz a C’halile, hag euz a Zecapolis, euz a Jerusalem, euz ar Jude, hag euz an tu-all d’ar Jourdan.
OGEN, o velet ar bobl, Jesus a bignaz var eur menez ; hag o veza azezet, he ziskibien a dostaaz outhan. (2) Hag o tigeri he c’henou, e kelenne anezhe, en eur lavaret :
(3) Eürus ar re baour er spered rag rouantelez an envou a zo dezhe. (4) Eürus ar re a zo er glac’har ; rag consolet e vezint. (5) Eürus ar re douç ; rag int a herito deuz an douar. (6) Eürus ar re ho deuz naoun ha sec’hed euz ar justis ; rag int a vezo rassaziet. (7) Eürus ar re drugarezus ; rag int a gavo trugarez. (8) Eürus ar re bur a galon ; rag int a velo Doue. (9) Eürus an dud a beoc’h ; rag int a vezo galvet bugale Doue. (10) Eürus ar re a zo persecutet abalamour d’ar justis ; rag rouantelez an envou a zo dezhe. (11) Eürus e vefet pa zeui an dud da ober rebechou deoc’h, d’ho persecuti, ha da lavaret e-gaou pep seurt droug a-enep deoc’h, abalamour d’in ; (12) en em laouenait ha tridit gant ar joa, rag ho recompans a vezo braz en envou ; rag evel-se eo ho deuz persecutet ar brofeted a zo bet araog deoc’h.
(13) C’houi eo holen an douar ; mes mar koll an holen he vlaz, gant petra e vezo hen sallet ? N’eo mui mad da netra, nemed da veza taolet er meaz, ha da veza mac’het gant treid an dud. (14) C’houi a zo sclerijen ar bed : eur gear diazezet var eur menez na hell ket beza kuzet ; (15) ha ne alumer ket eur c’houlaouen evit he lakaad dindan eur boezel, mes var eur c’hantoleur, hag e ro sclerijen d’ar re holl a zo en ti. (16) Ra sclerio evel-se ho sclerijen dirag an dud, evit ma velint ho mad-oberou, ha ma c’hlorifiint ho Tad pehini a zo en envou.
(17) Na zonjit ket e ven deuet evit diskar al lezen pe ar brofeted ; n’oun ket deuet evit diskar, mes evit accomplissa. (18) Rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, bete ma vezo tremenet an env hag an douar, na dremeno euz al lezen eur iota hep-ken pe eur poentic euz a eul lizeren, ken na vezo accomplisset holl. (19) Piou-benag eta a doro unan euz ar bihana euz ar gourc’hemenou-man, hag a gelenno evel-se d’an dud, a vezo galvet ar bihana en rouantelez an envou ; mes piou-benag ho grai hag ho desko d’ar re all, hennes a vezo galvet braz en rouantelez an envou. (20) Rag me a lavar deoc’h : Ma n’ez a ket ho chustis dreist hini ar Scribed hag ar Farizianed, na antreot ket en rouantelez an envou.
(21) Klevet hoc’h euz eo bet lavaret d’ar re goz : Na lazi ket ; ha piou-benag a lazo a vezo punissabl dre ar barnerien. (22) Hogen me a lavar deoc’h penaos piou-benag en em laka en coler ouz he vreur, hep caoz, a vezo punissabl dre an tribunal ; ha piou-benag a lavaro d’he vreur : Raka (den neant), a vezo punissabl dre ar c’honseil ; hag an hini a lavaro dezhan : Diot, a vezo punissabl dre dân an ifern. (23) Rag-se mar digassez da offrans d’an aoter, ha mar teu sonj d’id eno hen deuz da vreur eun dra-benag en da enep, lez eno da offrans dirag an aoter, (24) ha kea da genta d’en em reconcilia gant da vreur ; ha neuze, deuz hag offr da offrans. (25) En em laka a-unvan hep-dale gant da enebour, epad ma’z oud en hent ganthan, gant aoun na zeufe da livra ac’hanoud d’ar barner, hag he-man da vinistr ar justis, ha na vez taolet er prizon. (26) E gwirionez hen lavaran d’id, na zeui ket er meaz ac’hane, ken az pezo paeet an diveza liard.
(27) Klevet hoc’h euz eo bet lavaret d’ar re goz : (28) Na ri ket a avoultriach. Mes me a lavar deoc’h penaos kement hini hag a zell ouz eur vaouez gant c’hoantegez anezhi, hen deuz dija great avoultriach ganthi en he galon. (29) Mar ra d’id da lagad deo kweza er pec’hed, difram anezhan, hag hen taol kuit pell diouzid ; rag gwell eo d’id koll unan euz da izili, eget na ve taolet da gorf holl en ifern. (30) Mar ra d’id da zorn deo kweza er pec’hed troc’h-hen hag hen taol kuit pell diouzid ; rag gwell eo d’id koll unan euz da izili, eget na ve taolet da gorf holl en ifern.
(31) Lavaret eo bet ive : Piou-benag a gasso kuit he vreg, a ranko rei dezhi eur scrid a zivors. (32) Mes me a lavar deoc’h penaos piou-benag a gasso kuit he vreg, nemed evit avoultriach e ve, a ra dezhi avoultri ; ha piou-benag a zimezo d’ar vreg kasset kuit, a ra avoultriach.
(33) Klevet hoc’h euz c’hoas eo bet lavaret d’ar re goz : Na doui ket en faoz, mes derc’hel a ri e-kenver Doue d’al le az pezo great. (34) Mes me a lavar deoc’h : Na douit ket a-grenn, na dre an env, rag trôn Doue eo ; (35) na dre an douar, rag scabel he dreid eo ; na dre Jerusalem, rag kear ar Roue braz eo. (36) Na dou ket ken neubeut dre da ben ; rag na hellez ket ober da eur vleven beza gwenn pe zu. (37) Mes ra vezo ho ker : ia, ia, nann, nann ; rag kement a lavarer ouz-pen a zeu euz an drouk-spered.
(38) Klevet hoc’h euz eo bet lavaret : Lagad evit lagad, ha dant evit dant. (39) Mes me a lavar deoc’h : Na stourmit ket ouz an hini drouk ; mes mar sko unan-benag ac’hanoud var da jod deo, tro e-ben ive outhan. (40) Ha mar fell da unan-benag ober proces ouzid ha kemeret da zae, lez c’hoas da vantel ganthan. (41) Ha piou-benag a oblijo ac’hanoud da vond eul leo ganthan, kea diou. (42) Ro d’an neb a c’houlen diganez, ha na dro ket kein d’an hini a fell dezhan empresta diganez.
(43) Klevet hoc’h euz eo bet lavaret : Karoud a ri da nessa, hag e kasai da enebour. (44) Mes me a lavar deoc’h : Karit hoc’h enebourien, bennigit ar re a daol malloz varnoc’h ; grit vad d’ar re ho deuz kas ouzoc’h, ha pedit evit ar re a outrach hag a bersecut ac’hanoc’h ; (45) evit ma veot bugale ho Tad pehini a zo en envou ; rag hen a ra d’he heol sevel var ar re fall ha var ar re vad, hag a ra d’ar glao kweza var ar re just ha var ar re injust. (46) Rag mar na garit nemed ar re bo kar, pe seurt recompans ho pezo-hu ? Ar bublicaned ha na reont-hi ket ive kement-se ? (47) Ha mar na zigemerit nemed ho preudeur, petra a rit-hu dreist ar re all ? Ar bublicaned ho-unan ha na reont-hi ket ive kement-se ?
(48) Bezit eta parfet, evel ma’z eo parfet ho Tad pehini a zo en envou.
IKIT evez na rafac’h hoc’h aluzen dirag an dud, evit beza gwelet ganthe ; anez n’ho pezo ket a recompans digant ho Tad pehini a zo en envou. (2) Rag-se pa ri aluzen, na laka ket sôn an drompil en da raog, evel ma ra an hipocrited er sinagogou hag er ruiou, evit beza meulet gant an dud. E gwirionez hen lavaran deoc’h, receô a reont ho recompans. (3) Mes pa rez aluzen, gra ma na ouezo ket da zorn kleiz ar pez a ra da zorn deo ; (4) evit ma vezo da aluzen great e-kuz ; ha da Dad pehini a vel an traou kuzet, hen rento d’id dirag an holl.
(5) Ha pa bedi, na ra ket evel an hipocrited ; rag int a gar pedi en ho za er sinagogou hag e corn ar ruiou, evit beza gwelet gant an dud. E gwirionez hen lavaran deoc’h, receo a reont ho recompans. (6) Mes te, pa bedez, antren en da gambr, hag o veza serret an nor, ped da Dad pehini a zo el leac’h secret-se ; ha da Dad pehini a vel er secret, hen rento d’id dirag an holl. (7) Hogen, pa bedit, n’en em zervichit ket a adlavariou didalvez, evel ma ra ar baianed ; rag int a gred eo dre galz a gomzou e vezint selaouet. (8) Na vezit ket eta henvel outhe ; rag ho Tad a oar petra hoc’h euz ezom, araog ma c’houlennit diganthan.
(9) C’houi eta pedit evel-hen : Hon Tad pehini a zo en envou, da hano bezet santifiet ; (10) deuet da rouantelez ; da volontez bezet great var an douar evel en env ; (11) ro deomp hirio hor bara pemdeziec ; (12) pardon deomp hon pec’hejou, evel ma pardonomp ive d’ar re ho deuz hon offanset ; (13) ha n’hon lez ket da gweza en dentation ; mes delivr ac’hanomp diouz an droug. Rag d’id eo ar rouantelez, ar galloud, hag ar gloar da viken. Amen !
(14) Rag mar pardonit d’an dud ho offansou, (15) ho Tad celestiel a bardono ive deoc’h. Mes mar na bardonit ket d’an dud ho offansou, ho Tad na bardono ket ken neubeut deoc’h hoc’h offansou.
(16) Ha c’hoas pa iunit, na rit ket eur min trist, evel an hipocrited ; rag kemer a reont eur visach strujet fall, evit diskouez d’an dud e iunont. E gwirionez hen lavaran deoc’h, receo a reont ho recompans. (17) Mes te, pa iunez, eol da ben ha gwalc’h da visach ; (18) evit na vezo ket gwelet gant an dud emoud o iun, mes gant da Dad hep-ken pehini a zo el lec’h secret ; ha da Dad pehini a vel er secret, hen rento d’id dirag an holl,
(19) Na zastumit ket a denzoriou evidoc’h var an douar, e pe leac’h e vez kollet pep tra gant ar prenved hag ar merkl, hag e pe leac’h e teu al laeron da doulla, hag e laeront ; (20) mes dastumit tenzoriou evidoc’h en env, e pe leac’h na vez kollet netra, na gant ar prenved, na gant ar merkl, hag e pe leac’h ne doul ket al laeron, ha ne laeront ket ; (21) rag el leac’h ma eman da denzor, eno e vezo ive da galon.
(22) Sclerijen ar c’horf eo al lagad : rag-se mar d’eo sclear da lagad, da holl gorf a vezo sclerijennet ; (23) mes mar d’eo fall da lagad, da holl gorf a vezo teval. Mar d’eo eta tevalijen ar sclerijen a zo enoud, peger braz an devalijen-ze !
(24) Den e-bed na hell servicha daou vestr ; rag, kasaad a rai unan, hag e karo egile ; pe en em attacho ouz unan, hag e tisprijo egile. Na hellit ket servicha Doue ha Mammon. (25) Abalamour da ze hen lavaran deoc’h : Na vezit ket en sourci evit ho puez, petra a zebrot, ha petra a evot ; nag evit ho corf, petra a wiskot. Ha n’ed eo ket ar vuez muioc’h eged ar boued, hag ar c’horf muioc’h eged an dillad ? (26) Sellit ouz lapoused an env ; rag ne hadont ket, ne vedont ket, ha ne zastumont ket er c’hreunielou, koulskoude ho Tad celestiel a vag anezhe. Ha n’och-hu ket kalz talvoudusoc’h egethe ? (27) Ha piou ac’hanoc’h-hu gant he zourci a helfe creski he vent euz a eun ilinad hep-ken ? (28) Ha perag oc’h-hu en sourci divarben ar wiskamant ? Deskit penaos e cresk lili ar parcou ; na labouront ket, na nezont ket. (29) Koulskoude me a lavar deoc’h penaos Salomon he-unan, en he holl c’hloar, n’eo ket bet gwisket evel unan anezhe. (30) Mar gwisk eta Doue er giz-se yeot ar parcou, pehini a zo hirio, hag a vezo varc’hoas taolet er forn, ha na wisko-hen ket ac’hanoc’h-hu kalz kentoc’h o tud a neubeud a feiz ? (31) Na vezit ket eta en sourci, o lavaret : Petra a zebrimp-ni ? pe, petra a evimp-ni ? pe, gant petra en em wiskimp-ni ? (32) Rag ar baianed eo a glak an holl draou-ze ; hag ho Tad celestiel a oar hoc’h euz ezom euz an holl draou-ze. (33) Mes klaskit da genta rouantelez Doue hag he justis, hag an holl draou-ze a vezo roet deoc’h ouzpen. (34) Rag-se na vezit ket en sourci gant an deiz varlearc’h ; rag an deiz varlearc’h hen devezo soagn euz ar pez a zell outhan. Da bep devez ez eo awalch he boan.
A varnit ket, evit na veot ket barnet ; (2) rag diouz ar varn ma varnit e veot barnet ; ha diouz ar muzur ma vuzurit e vezo muzuret deoc’h. (3) Ha perag e sellez-te ouz ar blouzen e lagad da vreur, ha na velez ket an treust a zo en da lagad da-unan ? (4) Pe c’hoas penaos e leverez-te d’az preur : Lez ac’hanoun da lemmel ar blouzen euz da lagad, ha setu eun treust en da lagad da unan ? (5) Hipocrit ! lam da genta an treust euz da lagad da-unan, ha neuze e veli penaos lemmel ar blouzen euz a lagad da vreur. (6) Na roit ket an traou zantel d’ar chass, ha na daolit ket ho perlez dirag ar moc’h, gant aoun na zeufent d’ho flastra dindan ho zreid, ha na zistrofent evit ho tiframma. (7) Goulennit, hag e vezo roet deoc’h ; klaskit, hag e kefot ; skoit, hag e vezo digoret deoc’h. (8) Rag piou-benag a c’houlen, a receô ; hag an hini a glask, a gav, ha d’an hini a sko, e vez digoret. (9) Ha piou eo an den ac’hanoc’h-hu, mar goulen he vab bara diganthan, a ro dezhan eur mean ? (10) Ha mar goulen eur pesk, a ro dezhan eur serpant ? (11) Mar gouzoc’h eta, evidoc’h da veza fall, rei traou mad d’ho pugale, pegement mui ho Tad pehini a zo en envou, na roi-hen ket traou mad d’ar re ho goulen diganthan ! (12) Grit eta d’an dud kement tra a garfac’h e rafent deoc’h ; rag se eo al lezen hag ar brofeted.
(13) Antreit dre an nor striz ; rag ledan eo an nor ha frank an hent a gas d’ar gollidigez, ha kalz a dud a ia dre eno. (14) Rag henk eo an nor ha striz eo an hent a gas d’ar vuez, ha neubeud a dud a gav anezhan. (15) Diwallit ouz ar fals-profeted, pere a zeu d’ho kavout en gwiskamant denved, mes pere a zo en diabarz bleizi scrapus. (16) Ho anaoud a reot diouz ho frouez. Daoust ha dastum a rer rezin divar spern, pe fiez divar askol ? (17) Evel-se pep gwezen vad a zoug frouez mad ; mes eur vezen fall a zoug frouez fall. (18) Eur vezen vad na hell ket dougen frouez fall, nag eur vezen fall dougen frouez mad. (19) Pep gwezen ha na ro ket a frouez mad a vez troc’het ha taolet en tan. (20) Ho anaoud a reot eta diouz ho frouez.
(21) Kement hini a lavar d’in : Aotrou ! Aotrou ! na antreo ket en rouantelez an envou ; mes an hini a ra bolontez va Zad pehini a zo en envou. (22) Kalz a lavaro d’in en deiz-se : Aotrou ! Aotrou ! ha n’hon euz-ni ket profetiset en da hano ? Ha n’hon euz-ni ket kasset kuit an drouk-sperejou en da hano ? Ha n’hon euz-ni ket great kalz a viraclou en da hano ? (23) Neuze e livirin dezhe sclear : Biskoas n’em euz hoc’h anavezet ; it kuit diouzin, c’houi pere en em ro d’ar fallentez.
(24) Piou-benag eta a glev ar c’homzou-man a lavaran, hag ho laka en pratic, a gomparachin ouz eun den fur hag hen deuz savet he di var ar roc’h ; (25) hag ar glao a gwezaz, an debordamant a zeuaz, hag an avelou a c’houezaz, hag en em daolaz var an ti-ze ; n’eo ket bet kwezet, abalamour ma oa fontet var ar roc’h. (26) Mes piou-benag a glev ar c homzou-man a lavaran, ha n’ho laka ket en pratic, a vezo comparachet ouz eun den diskiant hag hen deuz savet he di var an treaz ; (27) hag ar glao a gwezaz, an debordamant a zeuaz, hag an avelou a c’houezaz, hag en em daolaz var an ti-ze ; kwezet eo bet, ha braz eo bet he ziskar.
(28) Hogen pa hen devoe Jesus peur-lavaret ar c’homzou-man, ar bobl a oe souezet gant he gelennadurez ; (29) rag ho c’helen a rea evel unan hag a oa otorite ganthan, ha n’e ket evel ar Scribed.
A oe diskennet Jesus divar ar menez, eur foul braz a bobl a heuliaz anezhan.
(2) Ha setu, eun den lor a zeuaz hag en em brosternaz dirazhan, en eur lavaret : Aotrou, mar fell d’id, ec’h hellez va netaad. (3) Ha Jesus a astennaz he zorn, hag a douchaz anezhan, en eur lavaret : Fellout a ra d’in, bez net. Ha diouc’h-tu e oe neteet euz he lorgnez. (4) Neuze Jesus a lavaraz dezhan : Laka evez na liviri an dra-man da zen ; mes kea en em ziskouez d’ar beleg, hag offr an donezon gourc’hemenet gant Moises, evit ma vezo kement-se da desteni dezhe.
(5) Ha Jesus o veza antreet en Cafernaüm, eur c’hantener a zeuaz d’he gavout, o pedi anezhan, hag o lavaret : (6) Aotrou ! va mevel a zo gourvezet er gear klanv gant ar paralizi, hag eman en gwall boan. (7) Ha Jesus a lavaraz dezhan : Mond a rin, hag e iac’hain anezhan. (8) Hag ar c’hantener, o respont, a lavaraz : Aotrou ! n’oun ket dign ec’h antrefez dindan va zoen ; mes lavar eur ger hep-ken, ha va mevel a vezo iac’heet. (9) Rag evidoun-me, petra benag m’az oun dindan otorite tud-all, em euz dindanoun soudarded, hag e lavaran da unan : Kea, hag ez a ; ha da eun all : Deuz, hag e teu ; ha d’am mevel : Gra an dra-man, hag hen her gra. (10) Pa glevaz Jesus kement-se, e oe souezet, hag e lavaraz d’ar re a heulie anezhan : E gwirionez hen lavaran deoc’h, n’em euz ket kavet eur feiz ker braz, memeus en Israel. (11) Rag-se e lavaran deoc’h e teuio kalz euz ar Zao-heol hag euz ar C’hus-heol, hag ec’h azezint ouz taol gant Abraham, Isaac ha Jacob, en rouantelez an envou, (12) mes bugale ar rouantelez a vezo taolet en devalijen a ziaveaz ; eno e vezo gwelvan ha skrign-dent. (13) Neuze Jesus a lavaraz d’ar c’hantener : Kea, ha ra vezo great d’id evel ma ec’h euz credet ; hag he vevel a oe rentet pare var an heur-ze.
(14) Ha Jesus, o veza deuet en ti Per, a velaz he vam-gaer var he gwele klanv gant an derzien. (15) Hag hen a douchaz ouz he dorn, hag an derzien a guitaazanezhi ; hag hi a zavaz, hag a zervichaz anezhe.
(16) Ha pa oe deuet an abardaez, e oe digasset dezhan kalz hag a oa dalc’het gant drouk-sperejou, hag hen a gassaz kuit an drouk-sperejou dre he c’her ; hag a iac’heaz ive ar re holl a oa klanv ; (17) evit ma vije accomplisset ar pez a oa bet lavaret evel-hen dre ar profet Izaias : Kemeret hen deuz he-unan hon infirmiteou, ha douget hen deuz hor c’hlenvejou.
(18) Hogen, Jesus, o velet kalz a bobl en-dro dezhan, a c’hourc’hemenaz tremen en tu-all d’ar mor.
(19) Hag eur Scrib, o tostaad, a lavaraz dezhan : Mestr ! me a heulio ac’hanoud e pe leac’h-benag ma’z i. (20) Ha Jesus a lavaraz dezhan : Al lern ho deuz toullou, ha lapoused an env neiziou ; mes Mab an den n’hen deuz ket a leac’h evit harpa he ben.
(21) Hag eun all euz he ziskibien a lavaraz dezhan : Aotrou ! lez ac’hanoun da vond da genta da enteri va zad. (22) Mes Jesus a lavaraz dezhan : Heul ac’hanoun, ha lez ar re varo da enteri ho re varo.
(23) Ha goude m’hen doe pignet er vag, he ziskibien a ieaz var he learc’h. (24) Ha setu e savaz eun tempest braz var ar mor, en hevelep doare ma oa ar vag goloet a darzou mor ; mes hen a gouske. (25) Hag he ziskibien a zeuaz, hag e tihunjont anezhan, en eur lavaret : Aotrou, saveta ac’hanomp, e momp o vond da goll. (26) Hag hen a lavaraz dezhe : Perag hoc’h euz-hu aoun, tud a neubeud a feiz ? Neuze e savaz, hag e c’hourc’hemenaz d’an avelou ha d’ar mor, hag e teuaz eur c’halm braz. (27) Hag an dud-se a oe souezet, hag e lavarent : Pe seurt den eo he-man, ma teu an avelou hag ar mor da zenti outhan ?
(28) Pa oe erruet en tu-all, en bro ar Jerjezaned, daou zen dalc’het gant drouk-sperejou a zeuaz d’he zialben ; ar re-man, pere o oa deuet er meaz euz ar beziou, a oa ken furius, ken na grede den tremen dre an hent-se ; (29) en em lakaad a rejont da grial, en eur lavaret : Petra a zo etre ni ha te, Jesus, Mab Doue ? ha deuet oud-de aman d’hon tourmanti araog an amzer ? (30) Hogen, beza e oa eur pennad mad diouthe eur vanden vraz a voc’h o peuri. (31) Hag an drouk-sperejou a bedaz anezhan, en eur lavaret : Mar kassez ac’hanomp kuit, lez ac’hanomp da vond er vanden voc’h-se. (32) Hag hen a lavaraz dezhe : It. Hag o veza sortiet, ez ejont er vanden voc’h ; ha kerkent an holl vanden voc’h a ieaz, var red, d’en em deurel d’an traon, er mor, hag e varvjont en doureier. (33) Neuze ar re ho diwalle a dec’haz, hag o veza deuet en kear, e tisclerjont pep-tra, hag ar pez a oa c’hoarvezet gant ar re a oa dalc’het gant an drouk-sperejou. (34) Ar gear holl a zeuaz rag-tal etrezeg Jesus ; ha kerkent ha ma veljont anezhan, her pedjont d’en em denn kuit euz ho bro.
ESUS, o veza eat er vag, a dreuzaz ar mor, hag a zeuaz en he gear he-unan.
(2) Hag e tigassjont dezhan eur paralitic gourvezet var eur gwele ; ha Jesus, o velet feiz an dud-se, a lavaraz d’ar paralitic : Va mab, kemer courach, da bec’hejou a zo pardonet d’id. (3) O klevet kement-man, darn euz ar Scribed a lavare enhe ho-unan : An den-man a vlasphem. (4) Mes Jesus, oc’h anaoud ho zonjezonou, a lavaraz : Perag e sonjit-hu fall en ho calonou ? (5) Rag pehini eo an ezeta, lavaret : Da bec’hejou a zo pardonet d’id ; pe lavaret : Sav, ha bale ? (6) Mes, evit ma ouezot hen deuz Mab an den ar galloud var an douar da bardoni ar pec’hejou : Sav, emezhan neuze d’ar paralitic, doug da vele, ha kea d’az ti. (7) Hag hen, o veza savet, a ieaz d’he di. (8) Ar bobl, o velet kement-se a oe souezet, hag e veuljont Doue, pehini hen doa roet eun hevelep galloud d’an dud.
(9) Hag evel ma’z ea Jesus ac’hane, e velaz eun den hanvet Maze, azezet en bureo ar c’hargou, hag e lavaraz dezhan : Heul ac’hanoun. (10) Hag e savaz, hag ec’h heuliaz anezhan. Hag evel ma oa Jesus azezet ouz taol en ti Maze, kalz a bublicaned hag a dud a vuez fall a zeuaz, hag en em lakeaz ouz taol gant Jesus ha gant he ziskibien. (11) Pa velaz ar Farizianed kementse, e leverjont d’he ziskibten : Perag e tebr ho mestr gant ar bublicaned hag an dud a vuez fall ? (12) Jesus, o veza klevet kement-se, a lavaraz dezhe : N’eo ket ar re iac’h ho deuz ezom a vedeusin, mes ar re glanv. (13) Mes it, ha deskit petra a zinifi ar gomz-man : Mizercord a fell d’in, ha n’eo ket sacrifis ; rag n’oun ket deuet evit gervel ar re just d’ar gonversion, mes ar bec’herien.
(14) Neuze diskibien Ian a zeuaz da gavout Jesus, en eur lavaret : Perag e iunomp alies, ni hag ar Farizianed, ha da ziskibien ne iunont ket ? (15) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Ha gallout a ra mignoned ar pried en em glac’hari e-pad ma eman ar pried ganthe ? Mes dond a rai an amzer ma vezo lammet ar pried diganthe, ha neuze e iunint. (16) Den na laka eun tam mezer nevez ouz eur zae goz ; rag dond a rafe an tam nevez da zispen ar zae, hag ar rogaden a vefe gwassoc’h. (17) Na leker ket ken neubeut gwin nevez ebarz barikennou koz ; anez ar barikennou a freuz, ar gwin a red, hag ar barikennou a vez kollet ; mes lakaad a rer ar gwin nevez en barikennou nevez, hag e virer an eil hag egile.
(18) Pa oa o lavaret kement-se dezhe, eur chef a zinagog a dostaaz, hag en em brosternaz dirazhan, en eur lavaret : Va merc’h a zo o paouez mervel ; mes deuz, astenn da zaouarn varnezhi, hag e vevo. (19) Ha Jesus, o veza savet, a ieaz var he learc’h gant he ziskibien.
(20) Hag eur vreg, hag a oa klanv gant a dioada abaoe daouzec vloaz, a dostaaz outhan a-ziadre, hag a douchaz ouz ar bord euz he zae ; (21) rag lavaret a rea enhi he-unan : Mar touchan hepken ouz he zae e vezin iac’heet. (22) Mes Jesus, o veza troet hag o sellet outhi, a lavaraz : Va merc’h, kemer courach, da feiz hen deuz da iac’heet ; hag ar vreg-se a oe iac’heet adaleg an heur-ze.
(23) Pa oe deuet Jesus e ti ar chef a zinagog, ha pa velaz ar fleüterien hag an dud a rea eun drouz vraz, e lavaraz dezhe : (24) It ac’hann ; rag ar plac’h-iaouank-man n’eo ket maro, mes kousket eo. (25) Hag int a rea goab anezhan. Ha goude ma oa bet kasset an dud-se er meaz, hen a antreaz, hag o veza croget en dorn ar plac’h-iaouank-se, hi a zavaz. (26) Hag ar vrud euz a gement-se a ieaz dre an holl vro-ze.
(27) Pa oa Jesus a vond ac’hane, daou zen dall a heuliaz anezhan, en eur grial, hag en eur lavaret : (28) Mab David ! kemer truez ouzomp. Ha pa oe deuet en ti, an dud dall-ze a dostaaz outhan, ha Jesus a lavaraz dezhe : Ha c’houi a gred ec’h hellan-me ober kement-se ? Int a lavaraz dezhan : Ia, Aotrou ! (29) Neuze hen a douchaz ho daou-lagad, en eur lavaret : Ra vezo great deoc’h hervez ho feiz. (30) Hag ho daou-lagad a oe digoret ; ha Jesus a zifennaz stard outhe, o lavaret : Diwallit na ouefe den an dra-ze. (31) Mes, o veza eat er meaz, ar re-man a skuliaz ar vrud anezhan dre an holl vro-ze.
(32) Hag evel ma oant o vond er meaz, e oe digasset dezhan eun den mud, dalc’het gant eun drouk-spered. (33) Ha pa oe kasset kuit an drouk-spered, an den mud a gomzaz. Hag ar bobl a oe souezet, hag e lavarent : Biskoas n’eo bet gwelet kemend all en Israel. (34) Mes ar Farizianed a lavare : Dre brins an drouk-sperejou eo e kas kuit an drouk-sperejou.
(35) Ha Jesus a iea tro-var-dro dre an holl geariou hag ar villajennou, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad an holl glenvejou hag an holl infirmiteou e-touez ar bobl. (36) Hag o velet an holl bobl-ze, hen doe truez outhe, abalamour ma oant skuiz ha dianket, evel denved hep pastor. (37) Neuze e lavaraz d’he ziskibien : An eost a zo braz, mes al labourerien a zo neubeud anezhe. (38) Pedit eta Aotrou an eost da gas labourerien en he eost.
ESUS, o veza galvet d’he gavoud he zaouzec diskibl, a roaz dezhe galloud var ar sperejou impur, d’ho c’has kuit, ha da iac’haad an holl infirmiteou.
(2) Hogen, setu aman hanoiou an daouzec abostol : Ar c’henta, Simon, a c’halver Per, hag Andre he vreur ; Jakes, mab Zebede, ha Ian he vreur ; (3) Philip, ha Bartelemi ; Tomas, ha Maze ar publican ; Jakes, mab Alfe, ha Lebbe, les-hanvet Tadde ; (4) Simon ar C’hananead, ha Judas Iscariot, an hini a drahissaz Jesus.
(5) Jesus a gassaz an daouzec-ze, goude beza kemennet dezhe, en eur lavaret : Na’z it ket etrezeg ar Jentiled, ha na antreit ket en hini euz a geariou ar Samaritaned ; (6) mes it kentoc’h etrezeg an denved kollet a di Israel. (7) Hag en eur vond, prezegit, ha livirit : Rouantelez an envou a zo tost. (8) Iac’hait ar re glanv, netait ar re lor, resussitit ar re varo, kassit kuit an drouk-sperejou. Recevet hoc’h euz evit netra, roit evit netra. (9) Na gemerit nag aour, nag arc’hant, na moneiz en ho kouriz ; (10) na zac’h evit ho peach, na diou zae, na boutou, na baz ; rag al labourer a zo dign euz he voued.
(11) Hag e pe kear pe villajen-benag ma’z eot, goulennit piou a zo dign enhi ; ha choumit eno bete ma’z eot kuit. (12) Ha pa antreot en eun ti-benag, saludit-hen. (13) Ha mar d’eo dign an ti a gement-se, ra zeui ho peoc’h varnezhan ; mes mar n’ed eo ket dign, ra zistroio ho peoc’h deoc’h. (14) Ha piou-benag ha n’ho recevo ket, ha na zelaouo ket ho komzou, pa’z eot kuit euz an ti-ze, pe euz ar gear-ze, hijit ar boultren euz ho treid. (15) E gwirionez hen lavaran deoc,’h, eassoc’h e vezo da zouar Sodom ha Gomor en deiz ar varn eged d’ar gear-ze.
(16) Setu, e kassan ac’hanoc’h evel denved e-kreiz ar bleizi ; bezit eta prudant evel an aered, ha dizroug evel koulmed. (17) Mes diwallit ouz an dud ; rag ho livra a raint d’an tribunaliou, hag e lakint ho skourjeza er sinagogou ; (18) ha kasset e veot dirag ar gouarnerien, ha dirag ar rouane, abalamour d’in, evit beza da desteni dezhe ha d’an nationou. (19) Mes pa livrint ac’hanoc’h, n’en em likit ket en poan, na penaos na petra a leverot ; rag roet e vezo deoc’h var an heur-ze ar pez ho pezo da lavaret. (20) Rag n’eo ket c’houi eo a gomzo, mes Spered ho Tad eo a gomzo enoc’h. (21) Hogen, ar breur a livro he vreur d’ar maro, hag an tad he vugel ; hag ar vugale a zavo a-enep ho zadou hag ho mamou, hag ho lakaint da vervel. (22) Ha c’houi a vezo kaseet gant an holl, abalamour d’am hano ; mes an hini a gendalc’ho beteg ar fin, hennes a vezo salvet. (23) Hogen, pa bersecutint ac’hanoc’h en eur gear, tec’hit da eun all ; rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, n’ho pezo ket echuet mond dre holl geariou Israel, na vezo deuet Mab an den.
(24) An diskibl n’eo ket huelloc’h eged he vestr, nag ar mevel huelloc’h eged he aotrou. (25) Awalc’h eo d’an diskibl beza evel he vestr, ha d’ar mevel beza evel he aotrou. Mar ho deuz galvet pen an tiegez Beelzebul, pegement mui ne c’halvint-hi ket tud he di ! (26) N’ho pezet ket eta a aoun rag-he ; rag n’euz netra a c’holoet, ha na vezo dizoloet, ha netra a guzet, ha na vezo gouezet. (27) Ar pez a lavaran deoc’h en devalijen livirit-hen er sclerijen ; hag ar pez a lavaran deoc’h en ho skouarn, prezegit-hen var an toennou. (28) Ha n’ho pezet ket a aoun rag ar re a laz ar c’horf ha na hellont ket laza an ene ; mes ho pezet aoun kentoc’h rag an hini a hell koll hag an ene hag ar c’horf en ifern. (29) Ha na verzer ket daou golvan evit eul liard ? Koulskoude hini anezhe na gwezo d’an douar hep bolontez ho Tad. (30) Ar bleo memeus euz ho pen a zo countet holl. (31) N’ho pezet ket eta a aoun ; c’houi a dalv muioc’h eged kalz a c’holvaned. (32) Piou-benag eta a anzavo ac’hanoun dirag an dud, me a anzavo anezhan ive dirag va Zad, pehini a zo en envou. (33) Mes piou-benag a nac’ho ac’hanoun dirag an dud, me a nac’ho ive anezhan dirag va Zad, pehini a zo en envou.
(34) Na zonjit ket e ven deuet da zigas ar peoc’h var an douar ; n’oun ket deuet da zigas ar peoc’h, mes ar c’hleze. (35) Rag deuet oun da lakaad en dizunvan ar mab gant he dad, hag ar verc’h gant he mam, hag ar verc’h-kaer gant ar vam-gaer. (36) Hag an den hen devezo evit enebourien tud he di he-unan. (37) An neb a gar tad pe vam en tu-all d’in n’eo ket dign ac’hanoun ; hag an neb a gar mab pe verc’h en tu-all d’in, n’eo ket dign ac’hanoun ; (38) hag an neb na gemer ket ke groaz, ha n’am heul ket, n’eo ket dign ac’hanoun. (39) An neb hen devezo miret he vuez, he c’hollo ; mes an neb hen devezo kollet he vuez abalamour d’in, a gavo anezhi.
(40) An neb a receo ac’hanoc’h, a receo ac’hanoun ; hag an neb am receo, a receo an hini hen deuz va digasset. (41) An neb a receo eur profet, en hano a brofet, hen devezo recompans eur profet ; hag an neb a receo eun den just, en hano a zen just, hen devezo recompans eun den just. (42) Ha piou-benag hen devezo roet da eva eur verennad dour iên hep-ken da unan euz ar re vihan-man, abalamour ma’z eo diskibl d’in, e gwirionez hen lavaran deoc’h, na gollo ket he recompans.
A hen doe Jesus echuet da rei ar gourc’hemenou-man d’he zaouzec diskibl, ez eaz ac’hane da gelen ha da brezeg en ho c’heariou.
(2) Hogen, Ian, o veza klevet komz er prizon euz a oberou ar C’hrist, a gassaz daou euz he ziskibien da lavaret dezhan : (3) Ha te eo an hini a dle dont, pe dleoud a reomp-ni gortoz eun all ? (4) Ha Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe : It, ha livirit da Ian ar pez a glevit hag a velit : (5) Ar re dall a vel, ar re gam a vale, ar re lor a zo neteet, ar re vouzar a glev, ar re varo a resussit, hag an aviel a zo prezeget d’ar re baour. (6) Eürus eo an hini n’en em scandalizo ket abalamour d’in.
(7) Evel ma’z eant kuit, Jesus a gommansaz lavaret d’ar bobl divarben Ian : Da velet petra oc’h-hu eat en dezert ? Eur gorzen hijet gant an avel ? (8) Mes da velet petra oc’h-hu eat ? Eun den gwisket gant dillad kaer ? Setu, ar re a zoug dillad kaer a choum en tiez rouane. (9) Petra eta oc’h-hu eat da velet ? Eur profet ? Ia, a lavaran deoc’h, ha mui eged eur profet. (10) Rag hennes eo an hini divarben pehini eo scrivet : Setu, e kassan va c’hannad dirag da faç, da brepari an hent en da raog. (11) E gwirionez hen lavaran deoc’h, e-touez ar re a zo ganet divar groagez, n’eo bet savet hini brassoc’h eged Ian ar Badezour ; koulskoude, an hini distera en rouantelez an envou a zo brassoc’h egethan. (12) Mes abaoe amzer Ian ar Badezour bete vreman, rouantelez an envou a vez kemeret dre fors, hag an dud violant eo a gemer anezhi. (13) Rag an holl brofeted hag al lezen ho deuz profetiset beteg Ian. (14) Ha mar fell deoc’h va c’hredi, hen eo an Elias-se a dlie dont. (15) Ra zelaouo an neb hen deuz diou-skouarn da glevet. (16) Mes ouz petra e comparachin-me ar generation-man ? Henvel eo ouz bugale azezet er plasennou public, hag a gri d’ho c’hamaraded, en eur lavaret : (17) Sônet hon euz deoc’h gant ar fleüt, ha n’hoc’h euz ket danset ; kanet hon euz hirvoudou deoc’h, ha n’hoc’h euz ket skuliet a zaelou. (18) Rag Ian a zo deuet, hep na dibri nag eva ; hag e leveront : Eun drouk-spered a zo enhan. (19) Mab an den a zo deuet, o tibri hag oc’h eva ; hag e leveront : Setu eun debrer hag eun ever, eur mignon d’ar bublicaned, ha d’ar bec’herien. Mes ar furnez a zo bet justifiet gant he bugale.
(20) Neuze hen a gommansaz ober rebechou d’ar c’heariou en pere hen doa great an darnvuia euz he viraclou, abalamour n’ho doa ket en em gonvertisset. (21) Malheur d’id, Korazin ! malheur d’id Betsaida ! rag ma vije bet great en Tir hag en Sidon ar miraclou a zo bet great enoc’h, pell zo e vijent en em gonvertisset en eur gemer ar zac’h hag al ludu. (22) Rag-se hen lavaran deoc’h : Eassoc’h e vezo da Dir ha da Sidon en deiz ar varn eged deoc’h-hu. (23) Ha te, Cafarnaüm, pehini a zo bet savet beteg an env, a vezo izeleet beteg an ifern ; rag ma vije bet great en Sodom ar miraclou a zo bet great enoud, e vije c’hoas hirio en he za. (24) Rag-se hen lavaran deoc’h, eassoc’h e vezo da zouar Sodom en deiz ar varn eged d’id.
(25) En amzer-ze Jesus a lavaraz : Da veuli a ran, ô Tad, Aotrou an env hag an douar, dre ma ec’h euz kuzet an traou-man ouz ar re fur hag ar re wiziec, ha ma ec’h euz ho discleriet d’ar vugale vihan. (26) Ia, o Tad, rag evel-se eo bet kavet mad ganez. (27) Pep tra a zo bet roet d’in gant va Zad ; ha den na anao ar Mab nemed an Tad ; ha den na anao an Tad nemed ar Mab, hag an hini da behini e vezo bet plijet gant ar Mab hen rei da anaoud
(28) Deut d’am c’havout, c’houi holl pere a zo skuiz ha bec’hiet, ha me ho soulajo. (29) Kemerit va ieô varnoc’h, ha deskit ganen, rag me a zo dous, hag humbl a galon, hag e kevfot ar repos d’hoc’h eneou ; (30) rag va ieô a zo eazet, ha va beac’h a zo skanv.
N amzer-ze Jesus a dremene adreuz an ed en deiz ar sabbat ; hag he ziskibien, o veza m’ho devoa naoun, en em lekeaz da denna pennou ed ha d’ho dibri. (2) Ar Farizianed, o velet kement-se, a lavaraz dezhan : Setu da ziskibien oc’h ober ar pez n’eo ket permetet da ober da zeiz ar sabbat. (3) Mes hen a lavaraz dezhe : N’hoc’h euz-hu ket lennet ar pez a reaz David, pa hen doe naoun, hen hag ar re a oa assambles ganthan, (4) penaos ec’h antreaz en ti Doue, hag e tebraz ar baraou consacret da Zoue, pere ne oa permetet ho dibri, na dezhan, na d’ar re a oa ganthan, nemed d’ar veleien hepken ? (5) Pe c’hoas, n’hoc’h euz-hu ket lennet el lezen, penaos en deiziou ar sabbat, ar veleien a dor ar sabbat, en templ, hag a choum koulskoude divlam ? (6) Mes, hen lavaret a ran deoc’h, beza ez euz aman unan hag a zo brassoc’h eged an templ. (7) Ma ouefac’h petra a zinifi ar gomz-man : Mizericord a fell d’in, ha n’eo ket sacrifis, n’ho pije ket condaonet ar re n’int ket coupabl. (8) Rag Mab an den a zo mestr memeus var ar sabbat.
(9) O veza eat kuit ac’hane, e teuaz en ho zinagog. (10) Ha setu e oa eno eun den pehini hen doa eun dorn dizec’het ; hag e c’houlenjont diganthan, evit gallout hen tamal : Ha permetet eo iac’haad en deiziou ar sabbat ? (11) Hag hen a lavaraz dezhe : Pehini ac’hanoc’h-hu, hag hen deuz eun danvad, ha mar deu da gweza en eur poull en deiz ar sabbat, na grog ket enhan, ha n’her sav ket er meaz ? (12) Na pegement mui e talv eun den eged eun danvad ? Permetet eo eta ober vad en deiziou ar sabbat. (13) Neuze e lavaraz d’an den : Astenn da zorn. Hag hen he astennaz, hag e teuaz iac’h evel egile. (14) Var gement-man ar Farizianed, o veza eat er meaz, en em guzuliaz evit gouzout penaos e rajent da goll anezhan.
(15) Mes Jesus, o c’houzout kement-se, a ieaz kuit ac’hane ; ha kalz a dud a ieaz var he lerc’h, hag hen ho iac’heaz holl. (16) Hag e tifennaz stard outhe na zisclerjent ket anezhan ; (17) en hevelep doare ma oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar profet Izaias, en eur lavaret : (18) Setu va zervicher pehini em euz choazet, va muia-karet e pehini hen deuz va ene kemeret plijadur ; lakaad a rin va Spered varnezhan, hag ec’h annonso ar justis d’an nationou ; (19) na stourmo ket, ha na grio ket, ha den na glevo he vouez er ruiou ; (20) na doro ket ar gorzen flastret, ha na vougo ket ar vouchen a zo c’hoas o tivogeda ken hen devezo lakeat ar justis da veza treac’h ; (21) hag an nationou a espero en he hano.
(22) Neuze e oe digasset da Jesus eun den dall ha mud, dalc’het gant eun drouk-spered, hag hen a iac’heaz anezhan, en hevelep doare ma komze ha ma vele an den a oa bet dall ha mud. (23) An holl bobl a oe souezet braz, hag e lavarent : Ha n’eo ket he-man mab David (24) (24) Mes ar Farizianed, pa glevjont kement-se, a lavaraz : He-man na gas kuit an drouk-sperejou nemed dre Veelzebul, prins an drouk-sperejou.
(25) Mes Jesus, oc’h anaoud ho zonjezonou, a lavaraz dezhe : Pep rouantelez diviset a-enep dezhi he-unan a deuio da veza dezert ; ha pep kear pe di diviset a-enep dezhan he-unan, na joumo ket en he za. (26) Mar deu Satan da gas kuit Satan, beza eman diviset a-enep dezhan he-unan ; penaos eta e choumo he rouantelez en he za! (27) Ha mar kassan kuit an drouk-sperejou dre Beelzebul, dre biou e kas ho pugale anezhe kuit ? Rag-se e vezint ho-unan ho parnerien. (28) Mes mar d’eo dre Spered Doue e kassan kuit an drouk-sperejou, neuze rouantelez Doue a zo deuet beteg enoc’h. (29) Pe penaos ec’h hell unan-benag antren e ti eun den krenv, ha pillia he vadou, nemed da genta hen defe ereet an den krenv ? neuze e c’halfe pillia he di. (30) An nep n’eman ket ganen, a zo a-enep d’in, hag an nep na zastum ket assambles ganen, a sklabez.
(31) Abalamour da ze hen lavaran deoc’h, pep pec’hed ha pep gwall-gomz a vezo pardonet d’an dud ; mes ar gwall-gomz a-enep ar Spered na vezo ket pardonet dezhe. (32) Ha piou-benag hen devezo komzet a-enep Mab an den, e vezo pardonet dezhan ; mes piou-benag a gomzo a-enep ar Spered-Santel na vezo pardonet dezhan, nag er bed-man, nag er bed da zond. (33) Pe livirit eo mad ar vezen, ha mad he frouez ; pe livirit eo fall ar vezen, ha fall he frouez ; rag ar vezen a zo anavezet diouz he frouez.
(34) Raç an aëred-viber ! penaos ec’h helfac’h-hu lavaret traou mad, ha c’houi fall? rag euz a leunder ar galon eo e komz ar genou. (35) An den mad a denn traou mad euz a denzor mad he galon ; hag an den fall a denn traou fall euz a denzor fall he galon. (36) Hogen, hen lavaret a ran deoc’h, an dud a rento count en deiz ar varn euz a gement komz didalvez ho devezo lavaret ; (37) rag dre da gomzou e vezi justifiet, ha dre da gomzou e vezi condaonet.
(38) Neuze eur re-benag euz ar Scribed hag euz ar Farizianed a respontaz, en eur lavaret : Mestr, ni a garfe gwelet ac’hanoud oc’h ober eur miracl-benag.
(39) Mes hen a respontaz, hag a lavaraz dezhe : Eur raç fall hag avoultr a c’houlen eur miracl ; mes na vezo roet dezhi miracl e-bed nemed hini ar profet Jonas. (40) Rag evel ma oe Jonas tri devez ha teir nosvez e kov ar pesk braz, evel-se e vezo Mab an den tri devez ha teir nosvez e calon an douar. (41) Tud Niniv a zavo er varn a-enep ar generation-man, hag a gondaono anezhi, rag ar re-ze a zistroaz gant predication Jonas ; hag aman ez euz mui eged Jonas. (42) Rouanez ar c’hresteiz a zavo er varn, a-enep ar generation-man, hag a gondaono anezhi ; abalamour ma teuaz euz ar pen pella euz an douar evit klevet furnez Salomon ; hag aman ez euz mui eged Salomon.
(43) Pa vez eat ar spered impur er meaz euz a eun den, bale a ra dre leac’hiou seac’h, o klask repos, ha ne gav ket. (44) Neuze e lavar : Distrei a rin d’am zi, euz a beleac’h ez oun deuet. Hag o veza distroet, e kav anezhan goullo, skubet ha kempennet. (45) Neuze ez a hag e kemer ganthan seiz spered all gwassoc’h egethan ; mond a reont en ti, hag e choumont eno ; ha stad diveza an den-ze a zo gwassoc’h eged ar c’henta. Evel-se eo e c’hoarvezo gant ar generation fall-man.
(46) Pa oa Jesus c’hoas o komz ouz ar bobl, he vam hag he vreudeur pere a oa er meaz, a glaske komz outhan. (47) Neuze unan-benag a lavaraz dezhan : Setu, da vam ha da vreudeur a zo er meaz, o klask komz ouzid. (48) Mes hen a respontaz hag a lavaraz d’an hini hen doa komzet outhan : Piou eo va mam, ha piou eo va breudeur ? (49) Hag, oc’h astenn he zorn var he ziskibien, e lavaraz : Setu aman va mam ha va breudeur. (50) Rag piou-benag a ra bolontez va Zad pehini a zo en envou, hennes eo va breur ha va c’hoar ha va mam.
N devez-ze, Jesus, o veza eat er meaz euz an ti, a azezaz e-tal ar mor. (2) Hag eur maread braz a dud en em zastumaz var he dro, en hevelep doare ma pignaz var eur vag, hag ec’h azezaz eno ; hag ar bobl a choumaz var an aod. (3) Hag hen a lavaraz dezhe kalz a draou dre barabolennou, o komz evel-hen :
(4) Eun hader a ieaz er meaz evit hada ; hag evel ma hade, lod euz an had a gwezaz a-hed an hent ; hag al lapoused a zeuaz, hag a zebraz anezhan holl. (5) Lod all a gwezaz el leac’hiou meinec, e peleac’h n’hen doa nemeur a zouar ; hag e savaz kerkent, dre ne oa ket doun en douar ; (6) mes, pa zavaz an heol, e oe devet ; ha dre n’hen doa ket a c’hrizien, e sec’haz. (7) Lod all a gwezaz e-touez ar spern ; hag ar spern a greskaz hag a vougaz anezhan. (8) Ha lod all a gwezaz en douar mad, hag a roaz frouez ; darn o rapporti kant kemend all, darn tri-ugent, ha darn all tregont. (9) Ra zelaouo an neb hen deuz diou-skouarn da glevet.
(10) Hag he ziskibien a dostaaz, hag a lavaraz dezhan : Perag e komzez-te outhe dre barabolennou ? (11) Hen a respontaz hag a lavaraz dezhe : Dre ma’z eo roet deoc’h da anaoud mysteriou rouantelez an envou, mes n’ed eo ket roet dezhe. (12) Rag piou-benag hen deuz, e vezo roet dezhan, hag hen devezo c’hoas muioc’h ; mes piou-benag n’hen deuz ket, e vezo lammet diganthan memeus ar pez hen deuz. (13) Dre-ze eo e komzan outhe dre barabolennou, rag o velet na velont ket, hag o klevet na glevont ket ha na gomprenont ket. (14) Evel-se eo accomplisset enhe profesi Izaias pehini a lavar : C’houi a glevo gant ho tiou-skouarn, ha na gomprenfot ket ; o velet e velfot ha na ziferansfot ket. (15) Rag calon ar bobl-man a zo kaledet ; ho diou-skouarn a zo pounner-glev, hag ho daou-lagad ho deuz serret, gaut aoun da velet gant ho daou-lagad, da glevet gant ho diou-skouarn, ha da gompren gant ho c’halon, gant aoun ne zistrofent, ha na zeufen-me d’ho iac’haad. (16) Mes, eürus oc’h dre ma hoc’h euz daou-lagad hag a vel ha diou-skouarn hag a glev. (17) Rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, kalz a brofeted hag a re just ho deuz c’hoanteet gwelet an traou a velit, ha n’ho deuz ket ho gwelet ; ha klevet an traou a glevit, ha n’ho deuz ket ho c’hlevet.
(18) Comprenit eta c’houi parabolen an hader : (19) an den a glev ger ar rouantelez, ha na gompren ket anezhan, an drouk-spered a zeu, hag a skrap ar pez a zo bet hadet en he galon ; hennes eo an hini hen deuz recevet an had a-hed an hent. (20) Hag an hini hen deuz recevet an had el leac’hiou meinec, hennes eo an hini a zelaou ar ger hag a receo anezhan kerkent gant joa ; (21) mes n’hen deuz ket a c’hrizien enhan he-unan ; ne bad nemed eur pennad, ha pa zeu affliction pe bersecution abalamour d’ar ger, e vez kerkent scandalizet. (22) Hag an hini hen deuz recevet an had e-touez ar spern, hennes eo an hini a zelaou ar ger ; mes sourciou ar bed-man ha tromplerez ar madou a voug ar ger, hag e teu da veza difrouez. (23) Mes an hini hen deuz recevet an had en douar mad, hennes eo an hini a zelaou ar ger hag a gompren anezhan, hag a zoug frouez, en hevelep doare ma rapport darn kant kemend all, darn tri-ugent, ha darn all tregont.
(24) Eur barabolen all a broposaz dezhe, en eur lavaret : Rouantelez an envou a zo henvel ouz eun den pehini hen doa hadet had mad en he bark. (25) Mes, e-pad maoa kousket an dud, he enebour a zeuaz, hag a hadaz ivre e-touez ar gwiniz, hag a ieaz kuit. (26) Pa oe diwanet an had, ha deuet he frouez, an ivre en em ziskouezaz ive. (27) Mevelien ar pen-tiegez a ieaz neuze d’hen kavout, hag a lavaraz dezhan : Aotrou, ha n’ec’h euz-te ket hadet had mad en da bark ? A be leac’h eta e teu ma’z euz ivre enhan ? (28) Hag hen a lavaraz dezhe : Eun enebour eo hen deuz great an dra-ze. He vevelien a lavaraz dezhan : Ha te a fell d’id ez afemp d’ho zenna ? (29) Hag hen a lavaraz : Nann, gant aoun en eur denna an ivre, na zic’hrizienfac’h ive ar gwiniz ganthan. (30) Lest-he ho daou da greski assambles beteg an eost ; hag en amzer an eost e livirin d’ar vederien : Tennit da genta an ivre, hag ereit anezhe a horzennou evit ho devi ; mes dastumit ar gwiniz em greuniel.
(31) Eur barabolen all a broposaz dezhe, hag e lavaraz : Rouantelez an envou a zo henvel ouz eur c’hreunen moutard kemeret gant eun den hag hadet ganthan en he bark ; (32) hou-man eo ar bihana euz an holl hadou ; mes pa eo cresket, ez eo brassoc’h eged al louzou, hag e teu da veza eur vezen, en hevelep doare ma teu lapoused an env, hag e neiziont en he brancou.
(33) Lavaret a reaz dezhe ar barabolen all man : Bouantelez an envou a zo henvel ouz ar goell kemeret gant eur vaouez, ha lakeat ganthi en tri muzulat bleud, bete ma vefe goet holl.
(34) Jesus a lavaraz an holl draou-ze d*ar bobl en parabolennou, ha na gomze ket outhe hep parabolen. (35) En hevelep doare ma oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar profet, en eur lavaret : Digeri a rin va genou en parabolennou, discleria a rin traou hag a oa kuzet abaoe crouidigez ar bed,
(36) Neuze Jesus, o veza kasset kuit ar bobl, a ieaz en ti ; hag he ziskibien a dostaaz outhan, o lavaret : Displeg deomp parabolen an ivre er park. (37) Hen a respontaz hag a lavaraz dezhe :
(38) An hini a had an had mad, eo Mab an den ; ar park, eo ar bed ; an had mad, eo bugale ar rouantelez ; an ivre, eo bugale an drouk-spered ; (39) an enebour hen deuz hadet anezhan, eo an diaoul ; an eost, eo fin ar bed ; hag ar vederien eo an elez. (40) Evel eta ma tastumer an ivre ha ma tever anezhan en tân, evel-se e c’hoarvezo da fin ar bed. (41) Mab an den a gasso he elez, hag e tennint er meaz euz he rouantelez an holl skoueriou fall hag ar re a ra fallentez ; (42) hag e sklapint anezhe er fournes tân ; eno e vezo gwelvan ha skrign-dent. (43) Neuze an dud just a lugerno evel an heol en rouantelez ho Zad. Ra zelaouo an neb hen deuz diou-skouarn da glevet.
(44) Rouantelez an envou a zo c’hoas henvel ouz eun tenzor kuzet en eur park, pa gav an den anezhan, hen kuz ; ha gant ar joa hen deuz, ez a, hag e verz kement hen deuz, hag e pren ar park-se.
(45) Rouantelez an envou a zo c’hoas henvel ouz eur marc’hadour hag a glask perlez kaer, (46) pehini, o veza kavet eur berlezen a briz vraz, a ieaz, a verzaz kement hen doa, hag he frenaz.
(47) Rouantelez an envou a zo c’hoas henvel ouz eur roued taolet er mor, hag a zastum a bep seurt traou. (48) Pa vez leun, ar besketerien a denn anezhan var an aod ; hag o veza azezet, e lekeont ar re vad en besseliou, hag e taolont kuit ar re fall. (49) Evel-se e vezo e fin ar bed ; an elez a zeuio, hag a separo ar re drouk euz a-douez ar re just ; (50) hag e sklapint anezhe er fournes tân ; eno e vezo gwelvan ha skrign-dent.
(51) Jesus a lavaraz d'he ziskibien : Ha comprenet hoc’h euz-hu an holl draou-ze ? Int a respontaz dezhan : Ia, Aotrou. (52) Hag hen a lavaraz dezhe : Evel-se pep doctor desket er pez a zell ouz rouantelez an envou, a zo henvel ouz eur pentiegez hag a denn euz he denzor traou nevez ha traou koz.
(53= Ha goude m’hen doe Jesus echuet ar barabolennou-ze, ez eaz kuit ac’hane. (54) Hag o veza deuet en he vro he-unan, e kelenne anezhe en ho zinagogou, en hevelep doare ma oant mantret, ha ma lavarent : A be leac’h e teu da he-man ar furnez hag ar burzudou-ze ? (55) Ha n’eo ket he-man mab ar c’halvez ? Ha na c’halver ket he vam Mari, hag he vreudeur Jakes, ha Joses, ha Simon, ha Jud ? (56) Hag he c’hoarezed ha n’emaint-hi ket holl en hon touez ? A be leac’h eta e teu da he-man an holl draou-ze ? (57) Hag e oent scandalizet ganthan. Mes Jesus a lavaraz dezhe : Eur profet n’ed eo ket hep henor nemed en he vro hag en he di he-unan. (58) Ha na reaz ket nemeur a viraclou eno abalamour ne gredent ket.
N amzer-ze Herodes an Tetrark a glevaz ar pez a lavaret divarben Jesus ; (2) hag e lavaraz d’he zervicherien : Ian ar Badezour eo hennes ; savet eo a-douez ar re varo, hag abalamour da ze eo e vez great miraclou dreizhan.
(3) Rag Herodes hen doa lakeat cregi en Ian, eren anezhan, hag he lakaad er prizon, abalamour da Herodias, greg Philip he vreur ; (4) rag Ian a lavare dezhan : N’eo ket permetet d’id he c’haoud evit greg. (5) C’hoanteet hen divije lakaad anezhan d’ar maro ; mes aoun hen doa rag ar bobl, rag Ian a oa kemeret ganthe evit eur profet. (6) Mes da deiz ginidigez Herodes, merc’h Herodias a zansaz dirazhe, hag e plijaz da Herodes ; (7) en hevelep doare ma touaz rei dezhi kement a c’houlenje. (8) Hi, o veza bet aliet gant he mam, a lavaraz : Ro d’in aman, en eur plad pen Ian ar Badezour. (9) Hag ar roue a oe glac’haret ; koulskoude abalamour d’he le, ha d’ar re a oa ouz taol ganthan, e c’hourc’hemenaz her rei dezhi. (10) Hag e kassaz tud da zibenna Ian er prizon. (11) Hag he ben a oe digasset en eur plad, ha roet d’ar plac’h iaouank ; hag hi a gassaz anezhan d’he mam. (12) Hag he ziskibien a zeuaz, hag a gemeraz he gorf, hag e c’henterjont anezhan ; hag e teujont d’hen lavaret da Jesus.
(13) Ha Jesus, o veza klevet kement-se, en em dennaz ac’hane en eur vag a-du en eul leac’h distro. Pa glevaz ar bobl kement-se, ec’h heuljont anezhan euz ar c’heariou var droad. (14) Ha pa deuaz Jesus ac’hane e velaz eur foul braz a dud ; hag hen doe truez outhe, hag e iac’heaz ho c’hlanvourien.
(15) Ha diouz an abardaez, he ziskibien a zeuaz d’he gavout, en eur lavaret : Al leac’h-man a zo dezert ha divezad eo dija ; kas kuit ar bobl, evit ma’z aint er villajennou, ha ma prenint boued. (16) Mes Jesus a lavaraz dezhe : N’eo ket red dezhe mond kuit ; roit c’houi da zebri dezhe. (17) Lavaret a rejont dezhan : N’hon euz aman nemed pemp bara ha daou besk. (18) Hag hen a lavaraz : Digassit-he aman. (19) Ha goude beza gourc’hemenet d’ar bobl azeza var ar yeot, e kemeraz ar pemp bara hag an daou besk, hag en eur zevel he zaou-lagad etrezeg an env, e rentaz grasou ; hag o veza torret anezhe, e roaz ar baraou d’he ziskibien, hag an diskibien, ho roaz d’ar bobl. (20) Hag e tebrjont holl, hag e oent rassaziet ; hag e tastumjont a damou choumet en ho dilearc’h daouzec panerad leun. (21) Hag ar re ho doa debret a oa var dro pemp mil den, hep counta ar groagez hag ar vugale.
(22) Kerkent goude Jesus a reaz d’he ziskibien sevel er vag, ha mond araog dezhan en tu all e-pad ma vije o kas kuit ar bobl. (23) Ha goude m’hen doe kasset ar bobl, hen a bignaz he-unan var ar menez evit pedi ; hag an noz o veza deuet, e oa eno he-unan.
(24) Hogen ar vag a oa neuze e-kreiz ar mor, gwall-gasset gant an tarzou-mor, rag an avel a oa a-enep. (25) Ha d’ar bevare veilladen euz an noz, Jesus a ieaz d’ho c’havoud o vale var ar mor. (26) Ha pa velaz an diskibien anezhan o vale var ar mor, e oent troublet, hag e leverjont : Eun teuz eo ; hag e crijont gant ar spount. (27) Mes kerkent Jesus a gomzaz outhe, en eur lavaret : Ho pezet fizians ; me eo, n’ho pezet ket a aoun. (28) Ha Per a respontaz dezhan, o lavaret ; Aotrou ! mar d’eo te, ro urz d’in da vond d’az kavout var an doureier. (29) Jesus a lavaraz dezhan : Deuz. Ha Per a ziskennaz euz ar vag, hag a valeaz var an dour, evit mond da gavout Jesus. (30) Mes pa velaz e oa krenv an avel, e teuaz aoun dezhan ; hag evel ma commanse da anfonsi, hen a griaz, o lavaret : Aotrou! Savetâ ac’hanoun. (31) Ha rag-tal Jesus, oc’h asten he zorn, a grogaz enhan, hag a lavaraz dezhan : Den a neubeud a feiz, perag ec’h euz-te douetet ? (32) Ha pa oent pignet er vag, an avel a baouezaz. (33) Neuze ar re a oa er vag a dostaaz, hag a adoraz anezhan, o lavaret : E gwirionez, te eo Mab Doue.
(34) Ha goude m’ho doa treuzet ar mor e teujont e bro Jennezaret. (35) Ha pa ho doe tud al leac’h-se anavezet anezhan, e kasjont tud dre an holl vro-ze tro-var-dro, hag e tigasjont an holl dud klanv. (36) Hag e pedent anezhan d’ho lezel da douch hep-ken ouz ar bord euz he zae ; ha kement hini a douchaz outhan a oe iac’heet.
EUZE Scribed ha Farizianed a zeuaz euz a Jerusalem da gavout Jesus, hag e leverjont dezhan : (2) Perag e tor da ziskibien-te tradition ar re goz ? rag ne walc’hont ket ho daouarn pa zebront ho frêd. (3) Mes hen a respontaz dezhe : Ha c’houi, perag e torrit-hu gourc’hemen Doue dre ho tradition ? (4) Rag Doue hen deuz roet ar gourc’hemen-man : Henor da dad ha da vam ; ha c’hoas : Piou-benag a lavaro malloz var he dad pe var he vam, ra vezo lakeat d’ar maro. (5) Mes c’houi a lavar : Piou-benag a lavaro d’he dad pe d’he vam : Kement am euz evit gallout da zicour a zo eun donezon consacret da Zoue, hennes na ranko ket henori he dad pe he vam. (6) Hag evel-se c’houi hoc’h euz diskaret gourc’hemen Doue gant ho tradition. (7) Hipocrited ! profetiset mad hen deuz Izaias divar ho pen, pa hen deuz lavaret : (8) Ar bobl-man a dosta ouzin gant ho genou, hag a henor ac’hanoun gant ho muzelou ; mes ho c’halon a zo gwall bell diouzin. (9) Mes en vên eo ec’h henoront ac’hanoun, o tiski doctrinou hag a zo gourc’hemenou tud.
(10) Hag o veza galvet ar bobl, hen a lavaraz dezhe : Klevit ha comprenit an dra-man : (11) N’eo ket ar pez a ia er genou eo a souil an den ; mes ar pez a zeu er meaz euz ar genou, setu eno ar pez a souil an den.
(12) Neuze he ziskibien a dostaaz hag a lavaraz dezhan : Ha n’ec’h euz-te ket anavezet eo bet scandalizet ar Farizianed pa ho deuz klevet ar pez ec’h euz lavaret ? (13) Mes hen a respontaz : Kement planten ha n’eo ket bet plantet gant va Zad celestiel, a vezo dic’hriziennet. (14) Lest anezhe ; ar re ze a zo renerien dall o rên ar re dall ; hogen mar bez eun den dall o rena eun den dall e kwezint ho daou er poull.
(15) Neuze Per, o komz outhan, a lavaraz : Displeg deomp ar barabolen-ze. (16) Ha Jesus a lavaraz : Daoust ha c’houi ive a zo c’hoas hep intentamant ? (17) Ha na gomprenit-hu ket c’hoas penaos kement a ia er genou a zisken er c’hov, hag a vez taolet el leac’hiou distro. (18) Mes ar pez a zeu er meaz euz ar genou, a zeu euz ar galon, hag an traou-ze eo ar re a souil an den. (19) Rag euz ar galon eo e teu ar sonjezonou fall, al lazerezou, an avoultriajou, al libertinach, al laeronsiou, ar fals testeniou, ar blasphemou. (20) Setu eno an traou a souil an den ; mes debri hep beza gwalc’het he zaouarn na souil ket an den.
(21) Ha Jesus a ieaz ac’hane, hag en em dennaz e costeziou Tir ha Sidon. (22) Ha setu eur vreg euz a Ganaan, hag a zeue euz ar c’hosteziou-ze, a griaz, o lavaret dezhan : Aotrou, mab David ! bez truez ouzin ! va merc’h a zo gwall-dourmantet gant an drouk-spered. (23) Mes hen na respontaz ger e-bed dezhi. Hag he ziskibien a dostaaz, hag a bedaz anezhan, en eur lavaret : Kas anezhi kuit, rag crial a ra var hon learc’h. (24) Hag hen a respontaz : N’oun bet kasset nemed etrezeg an denved kollet euz a di Israel. (25) Neuze hi a dostaaz, hag en em brosternaz, en eur lavaret : Aotrou ! sicour ac’hanoun. (26) Hen a respontaz : N’eo ket mad kemeret bara ar vugale, hag hen teurel d’ar chass bihan. (27) Mes hi a lavaraz : Gwir eo, Aotrou ! koulskoude ar chass bihan a zebr ar bruzun a gwez divar daol ho mistri. (28) Neuze Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhi : Greg ! da feiz a zo braz ; ra vezo great d’id evel ma c’hoanteez. Hag he merc’h a oe iac’heet var an heur-ze.
(29) Jesus, o veza eat ac’hane, a zeuaz tost da vor Galile ; hag o veza pignet var eur menez, ec’h azezaz eno.
(30) Ha bandennou braz a dud a zeuaz d’hen kavout, o tigas ganthe re gam, re dall, re vud, re vac’haniet, ha kalz a glanvourien all, hag e lekejont anezhe e c’harz treid Jesus ; hag hen ho iac’heaz. (31) En hevelep doare ma oe ar bobl en admiration, o velet an dud mud o komz, an dud vac’haniet pareet, ar re gam o vale, hag ar re dall o velet ; hag e c’hlorifient Doue Israel.
(32) Neuze Jesus a c’halvaz d’he gavoud he ziskibien, hag a lavaraz dezhe : Truez em euz ouz ar bobl-ze, rag tri devez zo emaint ganen, ha n’ho deuz netra da zibri ; ha na fell ket d’in ho c’has kuit var iûn, gant aoun ne vankfe ho nerz dezhe en hent. (33) Hag he ziskibien a lavaraz dezhan : A be leac’h ec’h helfemp-ni kaoud awalc’h a vara er vro dezert-man evit contanti kement a dud ? (34) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Ped bara hoc’h euz-hu ? Hag e leverjcnt : Seiz, hag eun neubeut peskedigou. (35) Neuze e c’hourc’hemenaz d’ar bobl azeza var an douar. (36) Hag e kemeraz ar seiz bara hag ar pesked, hag o veza rentet grasou, e torraz anezhe, hag ho roaz d’he ziskibien, hag an diskibien ho roaz d’ar bobl. (37) Hag e tebrjont holl, hag e oent rassaziet ; hag e testumjont seiz panerad a damou choumet en ho dileac’h. (38) Hogen, ar re ho doa debret a oa pevar mil den anezhe, hep counta ar groagez hag ar vugale.
(39) Goude beza kasset kuit ar bobl, Jesus a bignaz en eur vag, hag e teuaz var douarou Magdala.
EUZE e teuaz Farizianed ha Saduseed d’he gavout, hag evit he denti e c’houlenjont diganthan diskouez dezhe eur miracl-benag euz an env. (2) Mes hen a respontaz dezhe : Pa vez deuet an abardaez, e livirit : Amzer gaer a rai, rag an oabl a zo ruz. (3) Ha diouz ar mintin : Arne a vezo hirio, rag an oabl a zo tenval ha ruz. Hipocrited ! c’houi a oar anaoud diouz apparans an oabl ; ha na hellit-hu ket anaoud diouz siniou an amzeriou ? (4) Eur raç fall hag avoultr a c’houlen eur miracl ; mes ne vezo roet miracl e-bed dezhi nemed hini ar profet Jonas. Hag o veza lezet anezhe, ez eaz kuit.
(5) An diskibien, en eur vond en tu all d’ar mor, ho doa ankounac’heet kemer bara ganthe. (6) Ha Jesus a lavaraz dezhe : En em virit gant evez euz goell ar Farizianed hag ar Saduseed. (7) O veza klevet kement-man, e rezonent hag e lavarent enhe ho-unan : Abalamour n’hon euz ket kemeret a vara eo e komz evel-se. (8) Ha Jesus o c’houzout kement-se, a lavaraz dezhe : Tud a neubeud a feiz, perag e rezonit-hu enoc’h hoc’h-unan divarben n’hoch euz ket kemeret a vara ? (9) Ha na gomprenit-hu ket c’hoas, hag ankounac’heet hoc’h euz-hu dija ar pemp bara euz ar pemp mil den, ha ped panerad ho poa dastumet ? (10) Hag ive ar seiz bara euz ar pevar mil den, ha ped kestad ho poa dastumet ? (11) Penaos na gomprenit-hu ket, n’eo ket divarben bara eo e komzen, p’am euz lavaret deoc’h en em viret ouz goell ar Farizianed hag ar Saduseed ? (12) Neuze e comprenjont penaos n’hen doa ket lavaret diwall ouz goell ar bara, mes ouz doctrin ar Farizianed hag ar Saduseed.
(13) Hogen Jesus, o veza deuet en douarou Cezare-Philip, a c’houlennaz digant he ziskibien, o lavaret : Piou a lavar an dud ez oun-me, me, Mab an den ? Hag int a lavaraz : (14) Lod a lavar ez oud Ian ar Badezour ; lod all, Elias ; ha lod all, Jeremias, pe unan euz ar brofeted. (15) Hen a lavaraz dezhe : Ha c’houi, piou a livirit-huez oun-me ? (16) Simon Per a respontaz hag a lavaraz : Te eo ar C’hrist, Mab an Doue beo. (17) Ha Jesus o respont a lavaraz dezhan : Eürus oud Simon, mab Jona ; rag n’eo ket ar c’hig hag ar goad ho deuz discleriet kement-se d’id, mes va Zad pehini a zo en envou. (18) Ha me a lavar d’id ive, penaos ez oud Per (mean) ha var ar roc’h-man e savin va Iliz ; ha doriou an ifern na vezint ket treac’h dezhi. (19) Ha me a roio d’id alc’houeziou rouantelez an envou ; ha kement a liammi var an douar a vezo liammet en envou ; ha kement a ziliammi var an douar a vezo diliammet en envou. (20) Neuze e c’hourc’hemenaz d’he ziskibien na lavarjent da zen e oa hen ar C’hrist.
(21) Divar neuze Jesus a gommansaz discleria d’he ziskibien e oa red dezhan mond da Jerusalem, ha souffr kalz euz a-berz ar Senatourien hag ar re genta e-touez ar veleien hag ar Scribed, beza lakeet d’ar maro, ha resussita an trede deiz. (22) Neuze Per, o veza kemeret anezhan a-gostez, a gommansaz he repren, en eur lavaret : Doue ra viro, Aotrou ! an dra-ze na c’hoarvezo ket ganez. (23) Mes Jesus, o veza distroet, a lavaraz da Ber : Tec’h kuit, Satan ! eur scandal oud evidoun ; rag da zonjezonou n’emaint ket var an traou a zell ouz Doue, mes var an traou a zell ouz an dud.
(24) Neuze Jesus a lavaraz d’he ziskibien : Mar fell da unan-benag dond var va lerc’h, ra zeuio da renons dezhan he-unan, ra zougo he groaz, ha ra heulio ac’hanoun. (25) Rag piou-benag a fello dezhan savetei he vuez, he c’hollo ; ha piou-benag a gollo he vuez abalamour d’in, he c’havo ; (26) rag petra a dalfe da eun den gounid ar bed holl, mar teu da goll he ene ? pe aotramant petra a c’helfe an den da rei en trok evit he ene ? (27) Rag Mab an den a zeuio en gloar he Dad gant he elez ; ha neuze e rento da bep hini hervez he oberou. (28) E gwirionez hen lavaran deoc’h, beza ez euz hinienou hag a zo aman prezant, ha na varvint ket, ken n’ho devezo gwelet Mab an den o tond en he rouantelez.
HOUEC’H devez goude Jesus a gemeraz ganthan Per, Jakes, ha Ian, he vreur, hag ho c’hassaz a-gostez var eur menez huel. (2) Hag e oe transfiguret dirazhe ; he vizach a zeuaz lugernuz evel an heol, hag he zillad skeduz evel ar sclerijen. (3) Er memeus amzer e veljont Moises hag Elias, pere a gomze ganthan, (4) Neuze Per o komz, a lavaraz da Jesus : Aotrou, mad eo deomp choum aman ; mar fell d’id, greomp aman teir danten ; unan evidoud, unan evit Moises, hag unan evit Elias. (5) Pa oa c’hoas o komz, eur goabren lugernuz a c’holoaz anezhe ; hag eur vouez, o tond er meaz euz ar goabren a lavaraz : He-man eo va Mab muia-karet, e pehini eman va holl joa ; selaouit anezhan. (6) An diskibien, o klevet ar vouez-ze, a gwezaz var ho bizach, spouronet-holl. (7) Mes Jesus o tostaad a douchaz outhe, hag a lavaraz dezhe : Savit, ha n’ho pezet ket a aoun. (8) Hag o veza savet ho daou-lagad, na veljont den nemed Jesus he-unan.
(9) Ha pa oant o tisken divar ar menez, Jesus a reaz outhe an difen-man : Na livirit da zen ar pez hoc’h euz gwelet, ken a vezo savet Mab an den a-douez ar re varo. (10) Hag he ziskibien a c’houlennaz diganthan : Perag eta e lavar ar Scribed e tle Elias dond da genta ? (11) Ha Jesus a respontaz dezhe : Gwir eo e tlie Elias dond da genta, ha dressa pep tra. (12) Mes hen lavaret a ran deoc’h, Elias a zo deuet dija, ha n’ho deuz ket anavezet anezhan ; mes great ho deuz dezhan kement a felle dezhe ; evel-se ive eo e tle Mab an den souffr euz ho ferz. (13) Neuze an diskibien a gomprenaz hen doa komzet outhe divarben Ian ar Badezour.
(14) Ha pa oent deuet etrezeg ar bobl, e tostaaz outhan eun den pehini en em daolaz d’an daoulin dirazhan, en eur lavaret : (15) Aotrou bez truez ouz va Mab, rag loarec ha gwall-dourmantet eo ; alies e kwez en tân, hag alies en dour. (16) Hag hen digasset em euz d’az diskibien, ha n’ho deuz ket gallet gwellaad anezhan. (17) Ha Jesus a respontaz hag a lavaraz : O raç difeiz ha fallagr, bete pegeit e vezin-me ganeoc’h ? bete pegeit ec’h andurin-me ac’hanoc’h ? Digassit-hen aman d’in. (18) Ha Jesus a c’hourdrouzaz an drouk-spered, hag he-man a zortiaz euz ar bugel ; ha divar an heur-ze ar bugel a oe iac’heet.
(19) Neuze an diskibien a zeuaz da gavout Jesus en eul leac’h distro, hag e leverjont dezhan : Perag n’hon euz-ni ket gallet kas an drouk-spered-se kuit ? (20) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Abalamour d’ho neubeud a feiz eo ; rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, mar ho pije feiz kement hag eur c’hreunen zezo, e lavarjec’h d’ar menez-man : Kerz ac’hann du-hont, hag ez aje, ha netra na vije impossubl deoc’h. (21) Mes ar seurt drouk-sperejou n’ed eont kuit nemed dre ar beden hag ar iûn.
(22) Hogen pa oent distro en Galile, Jesus a lavaraz dezhe : Mab an den a dle beza livret etre daouarn an dud ; (23) ha la -kaad a raint anezhan d’ar maro ; mes resussita a rai an drede deiz. Hag an diskibien a oe glac’haret meurbed.
(24) Ha pa oent erruet en Cafarnaüm, ar re a receve an didrakmou (arc’hant an taillou), a dostaaz ouz Per, hag a lavaraz dezhan : Daoust hag ho mestr na bae ket ive an didrakmou ? He-man a respontaz : Eo. (25) Ha pa oe eat en ti, Jesus a zialbennaz anezhan, en eur lavaret : Petra a gav d’id, Simon ? digant piou e kemer rouane an douar an taillou pe ar gwiriou ? Digant ho bugale ho-unan, pe digant an estranjourien ? (26) Per a lavaraz : Digant an estranjourien. Jesus a respontaz dezhan : Ar vugale ’ta a zo kuit d’ho faea. (27) Koulskoude gant aoun ne deufemp d’ho scandaliza, kea d’ar mor, ha taol eun higen, ha kemer ar c’henta pesk a zavo ; ha pa pezo digoret he c’henou, e kavi eur stater (eur pez arc’hant) ; kemer anezhan, ha ro anezhan dezhe evidoun hag evidoud.
N heur-ze an diskibien a dostaaz ouz Jesus, hag a lavaraz : Piou eo ar brassa en rouantelez an envou ? (2) Ha Jesus, o veza galvet eur bugel bihan da zond d’he gavout, a lakeaz anezhan en ho c’hreiz, hag a lavaraz : (3) E gwirionez hen lavaran deoc’h, ma n’en em gonvertissit ket, ha ma ne deuit da veza henvel ouz bugale vihan, ne antreot ket en rouantelez an envou. (4) Piou-benag eta en em izelaio he-unan evel ar bugel bihan-man, hennes eo ar brassa e rouantelez an envou. (5) Ha piou-benag a receo eur bugel evel he-man em hano, a receo ac’hanoun. (6) Mes piou-benag a roio gwall-exempl da unan euz ar re vihan-ze hag a gred enoun, gwelloc’h e vez dezhan e vez staget ouz he c’houzoug eur mean milin, hag e vez taolet e gweled ar mor.
(7) Malheur d’ar bed abalamour d’ar gwall-exempl ; red eo, evit gwir, e c’hoarvezfe gwall-exempl ; koulskoude malheur d’an den dre behini e teu ar gwall-exempl ! (8) Mar ro d’id da zorn pe da droad leac’h na bec’hi, troc’h anezhan, ha taol anezhan pell diouzid ; rag gwell eo d’id mond er vuez monz pe gam, eget kaout daou zorn, pe daou droad, ha beza taolet e tân eternel. (9) Ha mar ro da lagad leac’h d’id da bec’hi, difram anezhan, ha taol anezhan pell diouzid ; rag gwell eo d’id mond er vuez o kaoud eul lagad hep-ken, eget kaout daou-lagad, ha beza taolet e tân an ifern.
(10) Likit evez na zisprijfac’h nicun euz ar re vihan-man ; rag hen lavaret a ran deoc’h, ho elez en envou a vel hep ehan faç va Zad pehini a zo en envou. (11) Rag Mab an den a zo deuet da zavetei ar pez a oa kollet. (12) Petra a zeblant deoc’h ? Mar hen deuz eun den kant danvad, ha mar deu unan anezhe da veza dianket, daoust ha na lez ket eno an naontec ha pevar-ugent all, evit mond er meneziou da glask an hini a zo dianket ? (13) Ha mar c’hoarvez dezhan hen kavoud, e gwirionez hen lavaran deoc’h, beza hen deuz muioc’h a joa divarben he-man, eged divarben an naontec ha pevar-ugent ha na oant ket bet dianket. (14) Evel-se n’eo ket bolontez ho Tad, pehini a zo en envou, e vez kollet hini euz ar re vihan-man.
(15) Mar hen deuz da vreur pec’het en da enep, kea ha diskouez dezhan he faot etre te hag hen hep-ken ; mar selaou ac’hanoud, e pezo gounezet da vreur. (16) Mes mar na zelaou ket, kemer c’hoas ganez unan pe zaou, (17) evit ma vezo reglet an affer var ger daou pe dri dest. Mar na zelaou ket anezhe, lavar kement-se d’an Iliz ; ha mar na fell ket dezhan selaou an Iliz, kemer anezhan evel eur payan hag eur publican. (18) E gwirionez hen lavaran deoc’h, kement tra a liammot var an douar, a vezo liammet en env ; ha kement tra a ziliammot var an douar, a vezo diliammet en env. (19) Lavaret a ran c’hoaz deoc’h ; mar deu daou ac’hanoc’h d’en em glevet var an douar da c’houlen eun dra-benag assambles, kement-se a vezo roet dezhe gant va Zad pehini a zo en envou. (20) Rag el leac’h m’az euz daou pe dri assamblet em hano, me a zo eno en ho c’hreiz.
(21) Neuze Per a dostaaz outhan, hag a lavaraz : Aotrou, ped gwech e rankin-me pardoni d’am breur, pa hen devezo pec’het a-enep d’in ? Bete seiz gwech ? (22) Jesus a respontaz dezhan : Na lavaran ket d’id bete seiz gwech, mes bete deg ha tri-ugent gwech seiz gwech. (23) Abalamour da ze, rouantelez an envou a zo henvel ouz eur roue pehini a fellaz dezhan ober count gant he zervicherien. (24) Pa hen devoe commanset da ober count, e oe digasset dezhan unan pehini a dlie dezhan deg mil talant ; (25) mes dre n’hen doa ket peadra da baea, he aotrou a c’hourc’hemenaz hen gwerza, hen, he vreg, he vugale, ha kement hen doa, evit paea he c’hle. (26) Hag ar zervicher-ze, oc’h en em deurel d’an douar, a bede anezhan en eur lavaret : Aotrou, kemer patianted em c’hever, hag e paein d’id kement a glean. (27) Neuze aotrou ar zervicher-ze, o kaout truez outhan, a lezaz anezhan da vond kuit, hag a bardonaz dezhan he c’hle. (28) Mes ar zervicher-ze, o veza eat er meaz, a gavaz unan euz he gen-zervicherien hag a dlie dezhan kant diner, hag, o veza croget enhan, e vouge anezhan en eur lavaret : Pae d’in-me ar pez a dleez d’in. (29) Hag he genzervicher, oc’h en em deurel d’he dreid, a bede anezhan, en eur lavaret : Kemer patianted em c’hever, hag e paein (30) d’id kement a glean. Mes he-man na fellaz ket dezhan, hag, o veza eat kuit, e lakeaz hen teurel er prizon ken hen divije paet he c’hle. (31) He gen-zervicherien, o velet kement-se, a oe glac’haret braz, hag e teujont da lavaret d’ho aotrou kement a oa c’hoarvezet. (32) Neuze he aotrou, o veza galvet anezhan, a lavaraz dezhan : Servicher fall, pardonet em boa d’id da holl c’hle, dre ma ez poa va fedet ; (33) ha na dliez-te ked kaout truez ive ouz da gen-zervicher, evel ma em boa bet truez ouzid ? (34) Hag he aotrou, o veza drouk enhan, a livraz anezhan da vinistred ar justis, ket na baeje kement a dlie dezhan. (35) Evel-se ive e rai deoc’h va Zad celestiel, mar na bardon ket pep hini ac’hanoc’h a greiz he galon d’he vreur.
A hen doe Jesus peur-lavaret ar c’homzou-ze, e ieaz kuit euz a C’halile, hag e teuaz e costeziou ar Jude, en tu-all d’ar Jourdon. (2) Ha kalz a bobl a ieaz var he lerc’h, hag hen a iac’heaz eno ho c’hlanvourien.
(3) Dond a reaz ive Farizianed d’he gavout evit hen tenti, hag a leverjont dezhan : Ha permetet eo da eun den kas kuit he vreg n’euz fors evit pe seurt digarez ? (4) Hag hen a respontaz dezhe : Ha n’hoc’h euz-hu ket lennet penaos ar C’hrouer a reaz er pen-kenta eur goaz hag eur vaouez ; ha penaos hen deuz lavaret : (5) Abalamour da ze an den a zilezo he dad hag he vam, hag en em roio d’he vreg, hag ho daou ne vezint nemed eur c’hig hep-ken ? (6) Evel-se n’ed int mui daou, mes eur c’hig hep-ken. Arabad eo eta d’an den dispartia ar pez a zo bet unanet gant Doue.
(7) Int a lavaraz dezhan : Perag eta hen deuz Moises gourc’hemenet rei d’ar vreg eur scrid a zivors, hag he c’has kuit ? (8) Hen a lavaraz dezhe : Abalamour da galeder ho calonou eo hen deuz Moises permetet deoc’h kas kuit ho kragez ; mes ne oa ket evel-se er pen-kenta. (9) Mes me a lavar deoc’h penaos piou-benag a gasso kuit he vreg, nemed evit avoultriach a vez, hag a zimezo da eun all, a ra avoultriach ; ha piou-benag a zimezo da eur vreg kasset kuit, a ra ive avoultriach. (10) He ziskibien a lavaraz dezhan : Mar d’eo evel-se stad an den gant ar vreg, n’eo ket mad dimezi. (11) Mes hen a lavaraz dezhe : An holl n’int ket evit receo ar gomz-ze, n’ez euz nemed ar re da bere ez eo bet roet ar galloud a gement-se. (12) Rag bez’ ez euz eunuked, hag a zo eunuked azaleg kov ho mam ; re all pere a zo bet great eunuked gant an dud ; ha bez’ ez euz re all pere a zo en em c’hreat eunuked ho-unan abalamour da rouantelez an envou. Piou-benag a hell compren an dra-man, ra zeui d’her c’hompren.
(13) Neuze e oe digasset dezhan bugaligou, evit ma lakaje he zaouarn varnezhe, ha ma pedje ; mes an diskibien a reprene anezhe. (14) Mes Jesus a lavaraz ; Lezit ar vugaligou, ha na zifennit ket outhe dond d^am c’havout ; rag rouantelez an envou a zo d’ar re a zo henvel outhe. (15) Ha goude beza astennet he zaouarn varnezhe, ez eaz kuit ac’hane.
(16) Ha setu ma teuaz unan hag a lavaraz dezhan : Mestr mad, petra a dlean-me da ober a vad evit kaoud ar vuez eternel ? (17) Hen a respontaz : Perag am galvez-te mad ? N’ez euz hini mad e-bed, nemed Doue hep-ken. Hogen mar fell d’id mond er vuez, mir ar gourc’hemenou. Pe re ? emezhan. Jesus a respontaz dezhan : (18) Na lazi ket ; na ri ket a avoultriach ; na laeri ket ; na liviri ket a desteni faoz ; henor da dad ha da vam ; (19) ha karoud a ri da nessa evel-d’oud da-unan. An den yaouank a lavaraz dezhan : (20) Miret em euz an holl draou-ze adaleg va yaouankiz : petra a vank d’in-me c’hoas ? (21) Jesus a lavaraz dezhan. Mar fell d’id beza parfet, kea, gwerz ar pez ec’h euz, ha ro-hen d’ar beorien ; hag e pezo eun tenzor en env ; neuze, deuz hag heul ac’hanoun. (22) Mes, pa glevaz an den yaouank ar gomz-se, ez eaz kuit gwall-drist, rag madou braz hen doa.
(23) Neuze Jesus a lavaraz d’he ziskibien : E gwirionez hen lavaran deoc’h, dies eo da eun den pinvidic antren e rouantelez an envou. (24) Ha me a lavar deoc’h c’hoas : Ezetoc’h eo da eur c’hanval tremen dre graouen eun nadoz, eged n’ed eo da eun den pinvidic antren e rouantelez Doue. (25) He ziskibien, o veza klevet kement-se, a oe souezet braz, hag e lavarent : Piou eta a hell beza salvet ? (26) Ha Jesus, o sellet outhe, a lavaraz dezhe : Evit an dud, an dra-ze a zo impossubl : mes evit Doue, pep tra a zo possubl.
(27) Neuze Per, o komz outhan, a lavaraz : Setu, ni hon euz dilezet pep tra, hag hon euz da heuliet ; petra ’ta a erruo evidomp-ni ? (28) Ha Jesus a lavaraz dezhe : E gwirionez e lavaran deoc’h, penaos c’houi, pere hoc’h euz va heuliet, en eil c’hanedigez, pa azezo Mab an den var dron he c’hloar, e veot ive azezet var daouzec tron, o varna an daouzec tribu a Israel. (29) Ha kement hini hen devezo dilezet ties, pe breudeur, pe c’hoarezed, pe tad, pe vam, pe greg, pe bugale, pe douarou, abalamour d’am hano, a recevo kant gwech kemend all, hag ec’h herito euz ar vuez eternel. (30) Mes kalz euz ar re genta a vezo ar re ziveza ; hag ar re ziveza a vezo ar re genta.
AG rouantelez an envou a zo henvel ouz eur pentiegez hag a ieaz er meaz beure-mad da c’hopra labourerien evit he winien. (2) Hag o veza great marc’had gant al labourerien eun diner evit eun devez, e kassaz anezhe d’he winien. (3) Mond a reaz c’hoas er meaz var-dro an trede heur, hag e velaz darn all pere a oa var ar blasen hep ober netra, hag e lavaraz dezhe : (4) It ive c’houi d’am gwinien, hag e roin deoc’h ar pez a vezo just. (5) Hag ec’h ejont d’ar winien. Mond a reaz er meaz adare e-tro ar c’houec’hved, hag an naoved heur, hag e reaz ar memeus tra. (6) Hag o veza eat er meaz e-tro an unecved heur, e kavaz re all hag a oa dilabour, hag e lavaraz dezhe : Perag e choumit-hu aze hed an deiz hep ober netra ? (7) Int a respontaz dezhan : Dre n’eo deuet den e-bed da c’hopra ac’hanomp. Hag hen a lavaraz dezhe : It ive c’houi d’am gwinien, hag e recevot ar pez a vezo just. (8) Pa oe deuet an abardaez, mestr ar winien a lavaraz d’he vevel braz : Galv al labourerien, ha ro dezhe ho gopr, o commans gant ar re ziveza beteg ar re genta. (9) Ar re a oa bet gopreet e-tro an unecved heur o veza deuet, e recevjont peb a ziner. (10) Pa zeuaz ar re genta, e sonje dezhe e recevjent muioc’h ; mes ar re-man a recevaz ive peb a ziner. (11) Ha pa ho doe recevet anezhan e vurmurent a-enep ar pentiegez, en eur lavaret : (12) Ar re ziveza-ze n’ho deuz labouret nemed eun heur, hag ec’h euz lakeat anezhe ingal deomp-ni, pere hon euz douget ar beac’h euz an deiz hag euz an domder. (13) Mes hen, o respont, a lavaraz da unan anezhe : Va mignon, na ran gaou e-bed ouzid ; ha n’ec’h euz-te ket great marc’had ganen evit eun diner ? (14) Kemer ar pez a zo d’id, ha kea kuit. Felloud a ra d’in rei d’an diveza-man kement ha d’id. (15) Daoust ha n’eo ket permetet d’in ober ar pez a garan gant ar pez a zo d’in ? Pe daoust ha da lagad-te a zo fall, abalamour m’az oun-me mad ? (16) Evel-se ar re ziveza a vezo ar re genta, hag ar re genta ar re ziveza ; rag kalz a zo galvet, mes neubeud a zo choazet.
(17) Ha Jesus, o pignad da Jerusalem, a gemeraz he zaouzec diskibl a-gostez var an hent, hag a lavaraz dezhe : (18) Setu ni o pignat da Jerusalem, ha Mab an den a vezo livret da brinsed ar veleien ha d’ar Scribed, hag e condaonint anezhan d’ar maro, (19) hag e livrint anezhan d’ar Jentiled, evit ober goab anezhan, hen skourjeza, hag hen crucifia ; mes an drede deiz e resussito.
(20) Neuze mam mibien Zebede a dostaaz outhan, gant he mibien, hag en em brosternaz da c’houlen eun dra-benag diganthan. (21) Hag hen a lavaraz dezhi : Petra a fell d’id ? Hi a lavaraz dezhan : Lavar ma vezo azezet an daou vab-man d’in, unan a-zeo d’id, hag egile a-gleiz, en da rouantelez. (22) Mes Jesus a respontaz hag a lavaraz : Na ouzoc’h ket petra a c’houlennit. Gallout a hellit-hu eva ar c’halir ez an-me da eva, pe beza badezet gant ar vadiziant, a behini e tlean-me beza badezet ? Int a lavaraz dezhan : Gallout a reomp. (23) Hag hen a lavaraz dezhe : Gwir eo ec’h evfot va c’halir, hag e veot badezet gant ar vadiziant a behini e vezin badezet ; mes evit beza azezet a-zeo hag a-gleiz d’in, n’eo ket d’in-me hen rei ; kement-se na vezo roet nemed d’ar re da bere ez eo destinet gant va Zad.
(24) Pa glevaz an deg all an dra-ze e kemerjont kâs ouz an daou vreur-ze. (25) Ha Jesus, o veza galvet anezhe, a lavaraz dezhe : Gouzoud a rit penaos prinsed an nationou a zo mestr varnezhe, ha penaos ar re vraz a c’houarn anezhe gant otorite. (26) Mes n’e ket evel-se eo e tle beza en ho touez ; er c’hontrol, piou-benag a fello dezhan beza braz en ho touez, ra vezo servicher deoc’h. (27) Ha piou-benag a fello dezhan beza ar c’henta en ho touez, ra vezo esclav deoc’h, (28) evel m’az eo deuet Mab an den, nann evit beza servichet, mes evit servicha hag evit rei he vuez da rancon evit kalz a dud.
(29) Hag evel m’az eant kuit euz a Jerico, eur bobl vraz a ieaz var he lerc’h. (30) Ha setu daou zen dall, pere a oa azezet var bord an hent, o klevet e oa Jesus o tremen, a gommansaz da grial, en eur lavaret Aotrou, Mab David, bez truez ouzomp ! (31) Hag ar bobl a c’hourdrouze anezhe evit ober dezhe tevel ; mes int a grie c’hoas krenvoc’h, en eur lavaret : Aotrou, Mab David, bez truez ou-zomjp ! (32) Ha Jesus a choumaz en he za, hag o veza galvet anezhe, e lavaraz dezhe : Petra hoc’h euz c’hoant e rafen deoc’h ? (33) Hag e leverjont dezhan : Aotrou, ra vezo digoret hon daou-lagad deomp. (34) Ha Jesus, o kaout truez outhe, a douchaz ouz ho daou-lagad,ha kerkent e veljont sclear, hag ec’h heuljont anezhan.
VEL ma tostaent ouz Jerusalem, ha pa oant deuet da Vethfage, tost da Venez Olived, Jesus a gassaz daou ziskibl, o lavaret dezhe : (2) It d’ar villajen a zo dirazoc’h ; kavout a refot eno kerkent eun azenes stag, hag he eubeul ganthi ; distagit anezhe hag ho digassit d’in. (3) Ha mar lavar unan-benag eun dra-benag deoc’h, livirit da hennes hen deuz an Aotrou ezom anezhe, ha rag-tal ho lezo da zond.
(4) Hogen, kement-man holl a c’hoarvezaz evit ma vije accomplisset ar c’homzou-man lavaret gant ar profet : (5) Livirit da verc’h Sion : Setu aman da roue, o tond d’az kavout, leun a zouzter, hag azezet var eun azen, var eubeul an hini a zoug ar yeo.
(6) An diskibien a ieaz eta, hag a reaz evel ma oa bet gourc’hemenet dezhe gant Jesus ; (7) digas a rejont an azenes hag he eubeul, hag o veza lakeat ho dillad varnezhe, e lakejont anezhan da azeza var-c’horre. (8) Neuze tud e niver braz a astenne ho dillad var an hent ; ha darn all a droc’he brancou gwez, hag ho zaole var an hent ; (9) hag ar bobl, a iea araog dezhan, hag ar re a zeue var lerc’h, a grie, en eur lavaret : Hozanna da Vab David ! benniget ra vezo an hini a zeu en hano an Aotrou ! Hozanna en huella euz an envou ! (10) Ha pa oe antreet en Jerusalem, ar gear holl a oe mantret, hag e lavarent : Piou eo he-man ? (11) Hag ar bobl a lavare : He-man eo Jesus ar profet, pehini a zo euz a Nazareth en Galile.
(12) Ha Jesus a antreaz en templ Doue, hag e taolaz er meaz ar re holl a oa o verza, hag o prena en templ ; hag e tiskaraz taoliou ar chenchourien arc’hant, ha kadoriou ar re a verze koulmed. Hag e lavaraz dezhe : Scrivet eo : (13) Va zi a vezo galvet eun ti a beden ; mes c"houi hoc’h euz great anezhan eur c’havern a laeron.
(14) Neuze tud dall, ha tud kam a zeuaz d’he gavoud ebarz en templ, hag hen ho iac’heaz. (15) Mes pa velaz prinsed ar veleien hag ar Scribed ar burzudou hen doa great, hag ar vugale pere a grie en templ, hag a lavare : Hozanna da Vab David ! (16) e savaz drouk enhe, hag e leverjont dezhan : Ha klevet a rez-te ar pez a lavar ar re-man ? Ha Jesus a lavaraz dezhe : Ia. Ha n’hoc’h euz-hu ket lennet biskoas ar c’homzou-man : Te ec’h euz tennet meuleudi euz a c’henou ar vugaligou, hag euz ar re a zo c’hoas ouz ar vron.
(17) Hen ho lezaz neuze, hag o veza eat kuit euz ar gear-ze e teuaz da Vethani, leac’h ma tremenaz an noz.
(18) Ha d’ar mintin, pa oa o tistrei en kear, e teuaz naon (19) dezhan ; hag o velet eur vezen-fiez var an hent, e tostaaz outhi, mes ne gavaz netra enhi nemed deliou hep-ken, hag e lavaraz dezhi : Ra na zeui biken frouezen e-bed ouzid ; ha rag-tal ar vezen-fiez a zec’haz. (20) Pa velaz an diskibien kement-se, e oent souezet, hag e leverjont : Penaos eo deuet ar vezen-fiez-ze da veza seac’h en eun taol ? (21) Jesus, o respont, a lavaraz dezhe : E gwirionez hen lavaran deoc’h, mar ho pije feiz, ha mar na zouetjec’h ket, n’e ket ar pez a zo bet great d’ar vezen-fiez a rajec’h hep-ken ; mes me-meus ma lavarjec’h d’ar menez-man ; Sav alese, hag en em daol er mor, kement-se a erruje. (22) Ha kement tra a c’houlennot, en eur bedi, mar credet, hen recevfot.
(23) Ha pa oe deuet en templ, prinsed ar veleien ha Senatourien ar bobl a dostaaz outhan, epad ma oa o kelen, hag e leverjont dezhan : Dre be otorite e rez-te an traou-ze ? Ha piou hen deuz roet d’id an otorite-ze ? (24) Ha Jesus, o respont, a lavaraz dezhe : Me a c’houlenno ive eun dra diganeoc’h-hu, ha mar livirit anezhan d’in, e livirin ive deoc’h-hu dre be otorite e ran an traou-ze. (25) Euz a beleac’h e teue badiziant Ian ? euz an env, pe euz an dud ? Hogen, int a rezone enhe ho-unan, hag a lavare : Mar leveromp : Euz an env, e lavaro deomp : Perag eta n’hoc’h euz-hu ket credet enhan ? (26) Ha mar leveromp : Euz an dud, hon euz leac’h da gaoud aoun rag ar bobl ; rag an holl a gemer Ian evit eur profet. (27) Respont a rejont eta da Jesus : Na ouzomp ket. Ha me, emezhan, na livirin ket deoc’h ken neubeud dre be otorite e ran an traou-man.
(28) Mes petra a sonjit-hu deuz an dra-man ? Eun den hen doa daou vab, hag o vond etrezeg ar c’henta, e lavaraz dezhan : Va mab, kea da labourat hirio em gwinien. (29) Mes he-man a respontaz : N’az in ket ; mes goude-ze e teuaz keuz dezhan, hag ez eaz. (30) Dond a reaz neuze etrezeg egile, hag e lavaraz dezhan ar memeus tra. He-man a respontaz hag a lavaraz : Mond a ran, Aotrou ; mes n’ez eaz ket. (31) Pe hini anezhe ho daou a reaz bolontez he dad ? Hag e leverjont dezhan : Ar c’henta. Jesus a lavaraz dezhe : E gwirionez hen lavaran deoc’h, ar bublicaned hag ar merc’hed fall a ia araog deoc’h e rouantelez Doue. (32) Rag Ian a zo deuet d’ho kavout en hent ar justis, ha n’hoc’h euz ket credet anezhan ; mes ar bublicaned hag ar merc’hed fall ho deuz credet anezhan ; ha c’houi, o veza gwelet kement-se, n’hoc’h ket distroet goude-ze da gredi anezhan.
(33) Selaouit eur barabolen all : Bez’ e oa eur pen-tiegez, pehini a blantaz eur winien, hag a reaz eur c’harz en-dro dezhi ; kleuzi a reaz enhi eur waskerez, ha sevel a reaz eun tour ; goudeze e feurmaz anezhi da labourerien hag ez eaz da ober eur veaj. (34) Pa dostae amzer ar frouez, e kassaz he vevelien etrezeg he vererien evit kaoud ar frouez euz he winien. (35) Mes ar vererien, o veza croget en he vevelien, a gannaz unan, a lazaz egile, hag a veinaz unan all. (36) Kas a reaz adare mevelien all e niver brassoc’h eged ar re-genta, hag e rejont dezhe ar memeus tra. (37) Da ziveza e kassaz dezhe he vab, en eur lavaret : Douja a raint va Mab ! (38) Mes ar vererien, pa veljont ar mab, a lavaraz etrezhe : Setu aman an heritour ; deuit, lazomp anezhan, ha kemeromp he heritach. (39) Hag o veza croget enhan, e taoljont anezhan er meaz euz ar winien hag hen lazjont. (40) Pa vezo eta deuet mestr ar winien, petra a raio-hen d’ar vererien-ze ?
(41) Respont a rejont dezhan : Lakaad a rai an dud fall-ze da berissa en eur feçon e vezo eun druez ho gwelet, hag e feurmo he winien da labourerien all, pere a roio dezhan he frouez en ho amzer.
(42) Jesus a lavaraz dezhe : Ha n’hoc’h euz-hu ket biskoas lennet er Scrituriou ar c’homzou-man : Ar mean a zo bet taolet a gostez gant ar re a vatisse a zo deuet da veza ar c’henta mean-corn ; gant an Aotrou eo bet great kement-man, hag eun dra souezus eo d’hon daou-lagad ? (43) Rag-se hen lavaran deoc’h, rouantelez Doue a vezo lammet diganeoc’h, ha roet da eur bobl hag a roio ar frouez anezhi. (44) Piou-benag a gwezo var ar mean-ze a vezo brevet ; ha friket a vezo piou-benag a gwezo ar mean-ze varnezhan.
(45) Pa ho doe prinsed ar veleien hag ar Farizianed klevet ar parabolennou-man, ec’h anavezjont e komze divar ho fen ; hag e klaskent cregi enhan ; mes aoun ho doa rag ar bobl, rag kemeret a reant Jesus evit eur profet.
ESUS a gomzaz c’hoas outhe dre barabolennou, hag a lavaraz :
(2) Rouantelez an envou a zo henvel ouz eur roue pehini a reaz eured he vab ; (3) hag e kassaz he vevelien da c’hervel ar re a oa bet pedet d’an eured ; mes ne fellaz ket dezhe dond. (4) Kas a reaz adare mevelien all en eur lavaret dezhe : Livirit d’ar re a zo pedet : Va lein em euz preparet : va eujened ha va loened lard a zo lazet, ha pep tra a zo prest ; deuit d’an eured. (5) Mes int na rejont van e-bed euz a gement-se, hag ez ejont kuit, unan d’he vereri, hag eun all d’he drafic. (6) Hag ar re all a grogaz en he vevelien, ho gwall-dretaz, hag ho lazaz. (7) Pa glevaz ar roue kement-se, e savaz drouk enhan, hag o veza kasset he zoudarded di, e tistrujaz ar vuntrerien-ze, hag e tevaz ho c’hear. (8) Neuze e lavaraz d’he vevelien : An eured a zo prest, mes ar re a oa pedet ne oant ket dign. (9) It eta er c’hroaz-hentchou, ha pedit d’an eured ar re holl a gavfot. (10) Hag he vevelien, o veza eat dre an hentchou, a zastumaz kement a gavjont a dud, mad ha fall, ha sal an eured a oe karget a dud pere a oa ouz taol. (11) Hag ar roue, o veza eat ebarz evit gwelet ar re a oa ouz taol, a velaz eno eun den ha n’hen doa ket gwisket eur zae a eured. (12) Hag e lavaraz dezhan : Va mignon, penaos oud-de antreet aman hep kaoud eur zae a eured ? Hag he-man a choumaz serret he c’henou. (13) Neuze ar roue a lavaraz d’ar vevelien : Ereit he zaouarn hag he dreid, kassit anezhan kuit, ha taolit-hen en devalijen a-ziaveaz ; eno e vezo ar gwelvan hag ar skrign-dent. (14) Rag kalz a zo galvet, mes neubeud a zo choazet.
(15) Neuze ar Farizianed, o veza eat kuit, en em guzuliaz evit klask tapoud anezhan en he gomzou. (16) Hag e kasjont dezhan lod euz ho diskibien gant an Herodianed, pere a lavaraz dezhan : Mestr, gouzoud a reomp penaos ez oud gwirion, ha penaos e teskez hent Doue hervez ar wirionez, hep sourcial petra vez an den, rag na zellez ket ouz apparans an dud. (17) Lavar deomp eta petra a zeblant did euz an dra-man : Ha permetet eo, pe n’hen d’eo ket, paea an taillou da Cezar ? (18) Mes Jesus, oc’h anaoud ho fallagriez, a lavaraz : Hipocrited ma’z oc’h ! perag e tentit-hu ac’hanoun ? (19) Diskouezit d’in ar pez arc’hant gant pehini e paer an taillou. Hag int a ziskouezaz dezhan eun diner. (20) Hag hen a lavaraz dezhe : Imach piou, hag hano piou eo ar re-man. (21) Int a lavaraz dezhan : Euz a Cezar. Neuze e lavaraz dezhe : Rentit eta da Cezar ar pez a zo da Cezar, ha da Zoue ar pez a zo da Zoue. (22) Pa glevjont kement-se e oent souezet ; hag o veza lezet anezhan, ec’h ejont kuit.
(23) En deiz-ze ar Saduseed, pere a lavar n’euz ket a resurrection, a zeuaz d’he gavoud, hag e rejont ar goulen-man outhan : (24) Mestr, Moises hen deuz lavaret : Mar marv unan-benag hep bugale, he vreur a zimezo d’he intanvez, hag a zavo lignez d’he vreur. (25) Hogen, bez’ e oa en hon touez seiz breur, hag ar c’henta, goude beza bet dimezet, a varvaz ; hag o veza n’hen doa ket a vugale, e lezaz he vreg gant he vreur. (26) Evel-se a reaz ive an eil, an trede, beteg ar seizved. (27) Goude ar re-man holl, ar vreg a varvaz ive. (28) Er resurrection eta, da behini euz ar seiz e vezo-hi greg, rag int holl ho deuz bet anezhi ?
(29) Mes Jesus, o respont, a lavaraz dezhe : En errol emoc’h, o veza na anavezit ket ar Scrituriou, nag ar galloud euz a Zoue. (30) Rag er resurrection, ar oazed na gemerint ket a c’hragez, nag ar gragez a briejou, mes beza e vezint evel elez Doue en env. (31) Hag evit ar pez a zell resurrection ar re varo, n’hoc’h euz-hu ket lennet ar pez a zo bet lavaret deoc’h gant Doue : (32) Me eo Doue Abraham, Doue Isaac,ha Doue Jaco ? Doue n’eo ket Doue ar re varo, mes Doue ar re veo. (33) Hag ar bobl, o klevet kement-se a oa souezet braz euz he gelennadurez.
(34) Ar Farizianed, o veza klevet hen doa serret ho genou d’ar Saduseed, en em assamblaz. (35) Hag unan anezhe, eun doctor euz al lezen, a c’houlennaz diganthan evit hen amprouv : (36) Mestr, pehini eo ar gourc’hemen braz euz al lezen ?
(37) Jesus a lavaraz dezhan : Karoud a ri an Aotrou da Zoue euz da holl galon, hag euz da holl ene, hag euz da holl spered. (38) Hennes eo ar c’henta hag ar gourc’hemen braz. (39) Ha setu aman an eil hag a zo henvel outhan : Karoud a ri da nessa evel-d’oud da-unan. (40) Euz an daou c’hourc’hemen-ze e talc’h an holl lezen hag ar brofeted.
(41) Hag ar Farizianed, o veza en em assamblet, Jesus a c’houlennaz diganthe : (42) Petra a zeblant deoc’h euz ar C’hrist? Da biou ez eo mab? Int a respontaz dezhan : Da Zavid. (43) Hag hen a lavaraz dezhe : Penaos eta e c’halv David anezhan, dre ar Spered, he Aotrou, en eur lavaret : An Aotrou hen deuz lavaret d’am Aotrou : (44) Azez a-zeo d’in, bete ma lakain da inimied da scabel dindan da dreid ? (45) Mar galv eta David anezhan he Aotrou, penaos ec’h hell hen beza mab dezhan ?
(46) Ha den na hellaz respont eur ger dezhan ; hag adaleg an devez-ze den na gredaz ken hen interroji.
EUZE Jesus a gomzaz ouz ar bobl, hag ouz he ziskibien, hag a lavaraz dezhe : (2) Ar Scribed hag ar Farizianed a zo azezet var gador Moises. Mirit eta, ha grit kement a lavaront deoc’h da ober ; mes na rit ket hervez ho oberou, rag lavaret a reont, mes ne reont ket. (3) Rag eren a reont bec’hiou pounner, pere na heller ket da zougen, hag e lekeont anezhe var diou-skoaz an dud ; mes na fell ket dezhe lakaad ho biz d’ho finval. (5) Hag ober a reont ho holl oberou evit beza gwelet gant an dud ; rag ledan a reont ho phulacteriou, hag asten a reont franjou ho dillad ; (6) karoud a reont ar plasou kenta er festou, hag ar c’hadoriou kenta er sinagogou ; ha beza saludet er plasennou public, ha beza galvet gant an dud : Mestr, mestr. (8) Mes c’houi, ne lakit ket gervel ac’hanoc’h, Mestr ; rag unan hep-ken eo ho mestr, ar C’hrist ; ha c’houi holl a zo breudeur. (9) Ha na c’halvit den var an douar ho tad ; rag n’hoc’h euz nemed eun Tad hepken, an hini a zo en envou. (10) Ha na lakit ket gervel ac’hanoc’h doctored ; rag n’hoc’h euz nemed eun Doctor hep-ken, pehini eo ar C’hrist. (11) Mes ra vezo ar brassa en ho touez ho servicher. (12) Rag piou-benag en em huellaio, a vezo izelleet ; ha piou-benag en em izellaio, a vezo huelleet.
(13) Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, abalamour ma serrit rouantelez an envou ouz an dud ; na antreit ket ebarz hoc’h-unan, ha na lezit ket da antren ar re a fell dezhe mond ebarz.
(14) Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, abalamour ma tevorit tiez an intanvezed, ha ma rit evit digarez pedennou hir ; evit se e recevfot eur varnedigez vrassoc’h.
(15) Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag redec a rit dre ar mor ha dre an douar evit ober eun diskibl ; hag eur vech great, e rentit anezhan mab d’an ifern diou wech muioch egedoc’h hoc’h-unan.
(16) Malheur deoc’h, renerien dall, pere a lavar : Mar deu unan-benag da douat dre an templ, an dra-ze n’ed eo netra ; mes an hini a dou dre aour an templ, hennes a rank derc’hel d’he c’her ! (17) Tud diskiant ha dall ; pehini eo ar brassa, pe an aour, pe an templ dre behini eo santifiet an aour ? (18) Ha piou-benag, eme c’houi, hen deuz touet dre an aoter, an dra-ze n’eo netra ; mes mar hen deuz touet dre an offrans pehini a zo varnezhi, e ranko derc’hel d’he c’her. (19) Tud diskiant ha dall ! rag pehini eo ar brassa, pe an offrans, pe an aoter dre behini eo santifiet an oftrans ? (20) Piou-benag eta a dou dre an aoter, a dou dreizhi, ha dre gement a zo varnezhi ; (21) ha piou-benag a dou dre an templ, a dou dre an templ ha dre an hini a zo o choum enhan ; (22) ha piou-benag a dou dre an env, a dou dre dron Doue, ha dre an hini a zo azezet varnezhan.
(23) Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag paea a rit an deog var ar menth, var an anet, ha var ar c’houmin, hag e lezit an traou ar muia talvoudec euz al lezen, ar justis, an drugarez hag ar fidelite. An traou-man a oa dleet da ober, hep tremen ober ar re-all. (24) Renerien dall, pere a zil eur fubuen, hag a lounk eur c’hanval !
(25) Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag netaad a rit an diaveaz euz an tas hag euz ar plad, ha c’houi en diabarz a zo leun a laeronsiou hag a zireizded. (26) Farizian dall, neta da genta an diabarz euz an tas hag euz ar plad, evit ma teui ive an diaveaz da veza nêt.
(27) Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag henvel oc’h ouz beziou gwennet, pere a zo kaer da velet en diaveaz, mes pere a zo en diabarz leun a eskern tud varo hag a bep seurt traou brein. (28) Evel-se c’houi ive, en diaveaz a zeblant d’an dud beza just, mes en diabarz ez oc’h leun a hipocrizi hag a fallagriez. (29) Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag sevel a rit beziou d’ar brofeted, hag ec’h ornit beziou ar re just ;
(30) Hag e livirit : Mar vijemp bet en amzer hon tadou, na vijemp ket bet en em lakeat ganthe da skuill goad ar brofeted. (31) Evel-se c’houi a zo testou a-enep deoc’h hoc’h-unan, penaos ez oc’h bugale ar re ho deuz lazet ar brofeted. (32) Ha c’houi a laka bar muzur ho tadou. (33) Serpanted, raç an aered-viber, penaos e tec’hot-hu diouz barnedigez an ifern ?
(34) Dre-ze, setu, e kassan deoc’h profeted, tud fur ha Scribed ; c’houi a lazo hag a grucifio lod ; a skourjezo lod all en ho sinagogou, hag a bersecuto anezhe deuz an eil kear d’eben. (35) Evit ma kwezo varnoc’h an holl oad just a zo bet skuilliet var an douar, adaleg goad Abel, an den just-se, bete goad Zakari, mab Barachi, a zo bet lazet ganeoc’h etre an templ hag an aoter. (36) E gwirionez hen lavaran deoc’h, kement-se holl a gwezo var ar generation-man.
(37) Jerusalem, Jerusalem, te, pehini a laka ar brofeted d’ar maro, hag a vein ar re a vez kasset d’id, na ped gwech n’em euz-me ket c’hoanteet dastum da vugale, evel ma tastum ar iar he lapoused dindan he diou-askel, ha n’eo ket bet fellet deoc’h. (38) Setu, ho ti a ia da veza rentet dezert. (39) Rag hen lavaret a ran deoc’h, n’am gwelot mui, ken na lavarfot : Benniget ra vezo an hini a zeu en hano an Aotrou !
A oa Jesus o sortial euz an templ hag o vont kuit, he ziskibien a dostaaz outhan evit diskouez dezhan al labouriou kaer euz an templ. (2) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Ha na velit-hu ket an holl draou-ze ? E gwirionez hen lavaran deoc’h, na vezo ket lezet aman an eil mean var egile, holl e vezint diskaret. (3) Ha pa oe azezet var menez Olived, he ziskibien a dostaaz outhan a-du, hag a lavaraz dezhan : Lavar deomp peur e c’hoarvezo kement-se, ha pehini a vezo ar sin euz da zonedigez hag euz a fin ar bed.
(4) Ha Jesus, o respont, a lavaraz dezhe : Diwallit na dromplfe den ac’hanoc’h. (5) Rag meur a hini a zeuio em hano, en eur lavaret : Me eo ar Christ, hag e tromplint kalz a dud. (6) Klevet a refot komz euz a vrezelliou hag euz a vrud-brezel ; likit evez na vec’h troublet, rag red eo d’an holl draou-ze c’hoarvezoud ; mes ar fin na vezo ket c’hoas. (7) Rag eur bobl a zavo a-enep eur bobl all, hag eur rouantelez a-enep eur rouantelez all ; ha beza e vezo kernez, ha bossen ha krennamant douar e meur a leac’h. (8) Mes kement-se holl na vezo nemed commansamant ar poaniou. (9) Neuze e livrint ac’hanoc’h da veza tourmantet, hag e lazint ac’hanoc’h ; hag e veot kaseet gant an holl nationou abalamour d’am hano. (10) Neuze ive kalz a vezo scandalizet, hag en em drahissint an eil egile, hag ho devezo kassoni an eil deuz egile. (11) Ha meur a fals-profet a zavo, hag a dromplo kalz a dud. (12) Ha dre ma cresko ar fallentez, ar garantez a ienao e calon kalz a dud. (13) Mes an neb a gendalc’ho beteg ar fin, hennes a vezo salvet. (14) Hag an aviel-man euz ar rouantelez a vezo prezeget dre ar bed holl, en testeni d’an holl nationou ; ha neuze e teuio ar fin.
(15) Pa velot eta el leac’h santel an abomination euz an dezolation, a behini hen deuz komzet ar profet Daniel (ra daolo-plet an hini a lenno anezhan), neuze, ar re a vezo er Jude, (16) ra dec’hint er meneziou ; (17) an hini a vezo var gorre an ti, diwallo da zisken evit kemeret tra e-bed euz he di ; (18) hag an hini a vezo er park, diwallo da zistrei var he giz evit kemeret he zillad. (19) Malheur d’ar gragez o tougen frouez, ha d’ar magerezed en deiziou-ze ! (20) Pedit evit ne rankoc’h ket tec’hel er goanv, nag en deiz ar sabbat ; (21) rag bez’ e vezo neuze eun affliction vraz, evel n’euz ket bet adaleg commansamant ar bed bete vreman, ha na vezo biken. (22) Ha ma na vije ket bet diveret an deiziou-ze, na vije bet den saveteet ; mes diveret e vezint abalamour d’ar re a zo choazet.
(23) Neuze, mar lavar unan-benag deoc’h : Ar C’hrist a zo aman ; pe : A-hont ema ; na gredit ket. (24) Rag sevel a raio fals-Christed, ha fals-profeted hag a rai miraclou braz ha burzudou, evit trompla, mar gellont, ar re choazet ho-unan. (25) Setu c’houi avertisset breman. (26) Rag-se mar bez lavaret deoc’h : Ema ar C’hrist en dezert ; n’az it ket : Ema er c’hambchou distro, na gredit ket. (27) Rag, evel ma teu al luc’heden euz ar Zav-heol ha ma sclera beteg ar C’huz-heol, evel-se ive e vezo donedigez Mab an den. (28) Rag en pe leac’h-benag ma vezo ar c’horf maro, eno en em zastumo an egled.
(29) Rag-tal goude an affliction euz an deiziou-ze, an heol a devalaio, hag al loar na roio ket he sclerijen, hag ar stered a gwezo euz an env, ha puissansou an envou a vezo bransellet. (30) Neuze e vezo gwelet sin Mab an den en env ; neuze ive an holl boblou euz an douar a vezo glac’haret, hag a skoio var boul ho c’halon, hag e velint Mab an den o tond var goabrennou an env, gant eur galloud hag eur c’hloar braz. (31) Hag hen a gasso he elez gant sôn skiltruz an drompil, hag an elez a zastumo assambles ar re choazet ganthan euz ar pevar avel, adaleg eur pen euz an env beteg ar pen all.
(32) Hogen deskit eur barabolen dre ar vezen-fiez : Pa gommans he brancou beza tener hag he deliou da zispaka, ec’h ouzoc’h penaos eo tost an hanv. (33) Evel-se ive c’houi, pa velot kement-se holl, gouezit ervad ema tost Mab an den hag ema e-kichen an nor. (34) E gwirionez hen lavaran deoc’h, ar generation-man na dremeno ket ken na vezo c’hoarvezet an holl draou-ze. (35) An env hag an douar a dremeno, mes va c’homzou-me na dremenint ket.
(36) Mes den ne anavez an deiz nag an heur-ze, nag an êlez euz an env ken-neubeud, n’euz nemed va Zad hag ho anavez. (37) Hag evel ma c’hoarvezaz en amzer Noe, evel-se ive e c’hoarvezo pa zeuio Mab an den ; (38) rag, evel en deiziou araog an diluj, e oant o tibri hag oc’h eva, o timezi hag o rei da zimezi, beteg an deiz ma’z eaz Noe ebarz an arc’h ; (39) hag evel na ouient netra ken a zeuaz an diluj d’ho c’has holl ganthan ; evel-se ive e c’hoarvezo pa zeuio Mab an den. (40) Neuze, deuz daou a vezo er park, unan a vezo kemeret hag egile lezet ; (41) deuz diou a vezo o vala en eur vilin, unan a vezo kemeret hag eben lezet. (42) Beillit eta ; rag na ouzoc’h ket da be heur e tle dond hoc’h Aotrou.
(43) Hogen gouezit an dra-man, penaos ma ouefe ar pen-tiegez da be boent euz an noz e tle al laer dond, e veillfe ha na lezfe ket toulla he di. (44) Rag-se c’houi ive en em zalc’hit prest ; rag Mab an den a zeuio d’an heur ha na sonjit ket. (45) Piou eo eta ar servicher fidel ha fur a zo bet lakeat gant he aotrou da vestr var he diegez, evit rei d’he vevelien ho boued d’ar poent ? (46) Eürus ar servicher-ze mar kav he aotrou anezhan oc’h ober evel-se pa erruo. (47) E gwirionez hen lavaran deoc’h, he lakaad a raio da gommandi var he holl vadou. (48) Mes mar d’eo eur servicher fall, hag a lavar en he galon : Dale a ra va aotrou da zond ; (49) ha mar en em laka da skei gant he gen-servicherien, da zibri ha da eva gant mezverien ; (50) aotrou ar servicher-ze a zeuio d’an deiz na vezo ket ouz he c’hortoz, ha d’an heur na ouvezo ket ; 51 hag e tispartio anezhan diouz ar re all, hag e roio dezhan he lod gant an hipocrited : eno e vezo ar gwelvan hag ar skrign-dent.
EUZE rouantelez an envou a vezo henvel ouz deg gwerc’hez pere, o veza kemeret ho lampou, a ieaz er meaz da zialben ar pried. (2) Hogen, pemp anezhe a oa fur, ha pemp a oa foll. (3) Ar re foll, en eur gemeret ho lampou, na gemerjont ket a eôl ganthe. (4) Mes ar re fur a gemeraz eôl en ho vesselliou gant ho lampou. (5) Hag evel ma talee ar pried da zond, e voredjont holl hag e choumjont kousket. (6) Hogen var-dro hanter-noz, e oe klevet tud o crial : Setu erru ar pried, deuit er meaz da rancontr anezhan. (7) Neuze an holl werc’hezed a zavaz, hag a breparaz ho lampou. (8) Hag ar re foll a lavaraz d’ar re fur : Roit deomp euz hoc’h eôl, rag mouga a ra hon lampou. (9) Mes ar re fur a respontaz, en eur lavaret : Gant aoun n’hor be ket awalc’h evidomp hag evidoc’h, it kentoc’h da gavoud ar re a verz, ha prenit evidoc’h hoc’h-unan. (10) Mes, e-pad ma’z eent da brena, ar pried a zeuaz ; hag ar re a oa prest a antreaz ganthan e sal an eured, hag e oe serret an nor. (11) Goude-ze, e teuaz ive ar gwerc’hezed all, hag e lavarjont : Aotrou, Aotrou, digor deomp! (12) Mes hen a respontaz : E gwirionez hen lavaran deoc’h, n’hoc’h anavezan ket.
(13) Beillit eta, rag na ouzoc’h nag an deiz nag an heur ma teuio Mab an den.
(14) Rag henvel eo ouz eun den pehini, o vond da eur vro bell, a c’halvaz he vevelien hag a lekeaz he vadou etre ho daouarn. (15) Ha da unan e roaz pemp talant, da eun all daou, ha da eun all unan ; da bep hini hervez he c’halloud ; hag ez eaz en hent rag-tal. (16) Neuze, an hini hen doa bet ar pemp talant a ieaz, hag a drafikaz ganthe ; hag a c’hounezaz pemp talant all. (17) Er memeus feçon, an hini hen doa bet daou, a c’hounezaz ive daou all. (18) Mes an hini n’hen doa bet nemed unan, a ieaz hag a doullaz en douar, hag a guzaz arc’hant he aotrou. (19) Pell goude, aotrou ar vevelien-ze a zistroaz, hag a reaz dezhe renta count. (20) An hini hen doa bet pemp talant a zeuaz eta, hag a zigassaz pemp talant all, en eur lavaret : Aotrou, pemp talant ez poa roet d’in ; setu aman pemp talant all em euz gounezet ouz-pen. (21) He aotrou a lavaraz dezhan : Ervad, servicher mad ha fidel ; bet oud fidel var neubeud a dra, da lakaad a rin var galz ; antren e joa da Aotrou. (22) An hini hen doa bet daou dalant a zeuaz ive, hag a lavaraz : Aotrou, daou dalant ez poa roet d’in ; setu aman daou dalant all em euz gounezet ouzpen. (23) He aotrou a lavaraz dezhan : Ervad, servicher mad ha fidel ; bet oud fidel var neubeud a dra, da lakaad a rin var galz ; antren e joa da aotrou. (24) Mes an hini n’hen doa bet nemed eun talant, a zeuaz hag a lavaraz : Aotrou, gouzoud a rean penaos ez oud eun den criz, hag a vêd eleac’h n’ec’h euz ket hadet, hag a zastum eleac’h n’ec’h euz ket skulliet ; (25) ha dre ma’m boa aoun ara-z’oud, ez oun eat hag em euz kuzet da dalant en douar ; setu aman d’id ar pez a zo d’id. (26) Mes he Aotrou a respontaz dezhan : Servicher fall ha didalvez, te a ouie penaos e vedan eleac’h n’em euz ket hadet, ha penaos e tastuman eleac’h n’em euz ket skulliet, (27) neuze ’ta e tliez rei va arc’hant d’ar varc’hadourien-arc’hant, ha pa vijen deuet em bije tennet ar pez a zo d’in gant an interest. (28) Lammit eta an talant diganthan ; ha roit-han d’an hini hen deuz dek talant. (29) Rag d’an hini hen deuz, e vezo roet c’hoas, hag hen devezo muioc’h ; mes digant an hini n’hen deuz ket, e vezo lammet memeus ar pez hen deuz. (30) Taolit eta ar servicher didalvoudec-se en devalijen a ziaveaz ; eno e vezo ar gwelvan hag ar skrign-dent.
(31) Hogen, pa zeui Mab an den en he c’hloar, hag an holl elez santel ganthan, neuze ec’h azezo var an tron euz he c’hloar. (32) Hag an holl nationou a vezo dastumet dirazhan, hag hen a zispartio an eil diouz egile, evel ma tisparti ar mesaer an denved diouz ar bouc’hed. (33) Hag e lakaio an denved a-zeô dezhan, hag ar bouc’hed a-gleiz.
(34) Neuze ar Roue a lavaro d’ar re a vezo a-zeô dezhan : Deuit, c’houi pere a zo benniget gant va Zad, da bossedi en heritach ar rouantelez a zo bet preparet deoc’h abaoe crouidigez ar bed ; (35) rag naoun am euz bet, ha c’houi hoc’h euz roet da zibri d’in ; sec’hed am euz bet, ha c’houi hoc’h euz roet da eva d’in ; estranjour oun bet, ha c’houi hoc’h euz va digemeret ; (36) noaz e oann, ha c’houi hoc’h euz va gwisket ; klanv e oann, hag hoc’h euz va bizitet ; er prizon e oann, hag ez oc’h deuet d’am gwelet. (37) Neuze ar re just a responto dezhan : Aotrou, pegoulz hon euz-ni da velet o kaout naoun, hag hon euz roet da zibri d’id ; pe o kaout sec’hed, hag hon euz roet da eva d’id ? (38) Ha pegoulz hon euz-ni da velet estranjour, hag hon euz da zigemeret ; pe noaz, hag hon euz da wisket ? (39) Ha pegoulz hon euz-ni da velet klanv pe er prizon, hag ez omp deuet d’az kavout ? (40) Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezhe : E gwirionez hen lavaran deoc’h, dre ma hoc’h euz great kement-se da unan euz ar re vihana-man euz va breudeur, hoc’h euz hen great d’in-me va-unan.
(41) Neuze e lavaro ive d’ar re a vezo a-gleiz : Tec’hit diouzin, tud milliget, hag it en tân eternel, a zo bet preparet evit an diaoul hag he elez ; (42) rag naoun am euz bet, ha n’hoc’h euz ket roet da zibri d’in ; sec’hed am euz bet, ha n’hoc’h euz ket roet da eva d’in ; (43) estranjour e oann, ha n’hoc’h euz ket va digemeret ; noaz e oann, ha n’hoc’h euz ket va gwisket ; klanv e oann hag er prizon, ha n’hoc’h euz ket va bizitet. (44) Ar re-man a responto ive : Aotrou, pegoulz hon euz- ni da velet o kaout naoun, pe sec’hed, pe o veza estranjour, pe en noaz, pe klanv, pe er prizon, ha n’hon euz-ni ket da zicouret ? (45) Hag hen a responto dezhe : E gwirionez hen lavaran deoc’h, pa n’hoc’h euz ket great kement-se da unan euz ar re vihana-man, n’hoc’h euz ket hen great d’in-me va-unan.
(46) Hag ar re-man az ai kuit d’ar poaniou eternel ; mes ar re just az ai er vuez eternel.
OUDE m’hen doe Jesus peur-lavaret an holl gomzou-ze, e lavaraz d’he ziskibien : (2) Gouzoud a rit ema ar Pask a-ben daou zervez, hag e vezo livret Mab an den evit beza crucifiet. (3) Neuze prinsed ar veleien, ar Scribed ha re Ancien ar bobl en em assamblaz e pales ar beleg-braz, galvet Caiphas, (4) hag en em guzuljont evit tapout Jesus dre finesse hag hen lakaad d’ar maro. (5) Mes lavaret a reant : Arabad e ve e-pad ar gouel, gant aoun na zavfe trouz e-touez ar bobl.
(6) Hogen pa oa Jesus en Bethani, en ti Simon, an den lôr, (7) e teuaz d’he gavoud eur vaouez, ha ganthi eur vessel alabastr leun a eôl a c’houez-vad ha precius meurbed, hag her skulliaz var he ben pa oa ouz taol. (8) He ziskibien, o velet kement-se, a oe indiniet, hag e leverjont : Da betra ar c’holl-ze? (9) Rag gallet e vije bet gwerza ker an eôl-ze, ha rei an arc’hant d’ar beorien. (10) Mes Jesus, o c’houzoud an dra-ze, a lavaraz dezhe : Perag e rit-hu poan d’ar vaouez-ze ? rag eun dra vad he deuz great em c’henver. (11) C’houi ho pezo peorien bepred ganeoc’h, mes n’ho pezo ket bepred ac’hanoun-me ; (12) ha ma he deuz-hi skulliet an eôl-ze var va c’horf, he deuz hen great evit va sebelia. (13) E gwirionez hen lavaran deoc’h, en pe leac’h-benag er bed holl ma vezo prezeget an Aviel-man, e vezo lavaret ive en memor anezhi, ar pez he deuz great. (14) Neuze unan euz an daouzec, hanvet Judas Iscariot, a ieaz da gavoud prinsed ar veleien, (15) hag e lavaraz dezhe : Petra a rofet-hu d’in-me, hag e livrin anezhan deoc’h ? Hag e countchont dezhan tregont pez arc’hant. (16) Ha divar neuze e klaske eun occasion vad-benag d’hen livra.
(17) Hogen, d’an deiz kenta euz a ouel ar bara hep goell, an diskibien a zeuaz da gavout Jesus, hag e leverjont dezhan : En peleac’h e fell d’id e preparfemp d’id evit dibri pred ar Pask ? (18) Hen a respontaz : It en kear da gavoud hen-a-hen, ha livirit dezhan : Ar mestr a lavar : Va amzer a zo tost ; ober a rin ar Pask en da di gant va diskibien. (19) Hag an diskibien a reaz evel m’hen doa Jesus gourc’hemenet dezhe, hag e preparjont ar Pask.
(20) Pa oe deuet an abardaez, en em lakaad a reaz ouz taol gant an daouzec. (21) Ha pa oant o tibri, e lavaraz : E gwirionez hen lavaran deoc’h, unan ac’hanoc’h am zrahisso. (22) Hag int glac’haret braz, en em lekeaz, pep hini anezhe, da lavaret dezhan : Aotrou, ha me eo ? (23) Mes hen a respontaz : An hini a laka he zorn ganen er plad, hennes eo am zrahisso. (24) Mab an den evit gwir a ia kuit evel ma’z eo bet scrivet divar he ben ; mes malheur d’an hini gant pehini e vezo trahisset Mab an den ; gwell e vez d’an den-ze na vije ket bet ganet. (25) Ha Judas, pehini hen trahisse, o komz outhan, a lavaraz : Mestr, ha me eo ? Jesus a lavaraz dezhan : Hen lavaret ec’h euz.
(26) Hag evel ma oant o tibri, Jesus a gemeraz bara, hag o veza rentet grasou, e torraz anezhan, hag hen roaz d’he ziskibien, en eur lavaret : Kemerit, debrit, he-man eo va c’horf. (27) Neuze e kemeraz ar c’halir, hag o veza rentet grasou, hen roaz dezhe, en eur lavaret : Efit holl euz anezhan ; (28) rag he man eo va goad, goad an allians nevez, pehini a zo skulliet evit kalz evit remission ar pec’hejou. (29) Hogen, lavaret a ran deoc’h penaos na evin mui euz ar frouez-se euz ar winien, beteg an deiz- ze en pehini ec’h evin anezhan nevez ganeoc’h en rouantelez va Zad.
(30) Ha goude beza canet ar c’hantic, ez ejont er meaz da Venez Olived.
(31) Neuze Jesus a lavaraz dezhe : En noz-man e vezin caoz deoc’h holl da gweza ; rag scrivet eo : Skei a rin ar pastor, hag ar vanden denved a vezo disperset. (32) Mes, goude ma vezin resussited, ez in araog deoch en Galile. (33) Ha Per, o komz, a lavaraz dezhan : Ha pa gavfe an holl leac’h enoud da gweza, evidoun-me na gwezin biken. (34) Jesus a lavaraz dezhan : E gwirionez e lavaran d’id penaos, en noz-man, araog ma cano ar c’hilloc, em nac’hi teir gwech. (35) Per a lavaraz dezhan : Ha pa ve red d’in mervel ganez, na nac’hin ket ac’hanoud. Hag an diskibien holl a lavaraz evel-t’han.
(36) Neuze Jesus a ieaz ganthe da eul leac’h hanvet Gethsemane ; hag e lavaraz d’he ziskibien : Azezit aman epad ma’z in a-hont da bedi.
(37) Hag o veza kemeret ganthan Per ha daou vab Zebede, e commansaz beza trist ha gwall ankeniet. (38) Hag e lavaraz dezhe : Va ene a zo trist beteg ar maro ; choumit aman ha beillit ganen.
(39) Hag o veza eat eun neubeut pelloc’h, e kwezaz var he vizach, o pedi hag o lavaret : Va Zad, mar d’eo possubl ma’z ai ar c’halir-ze pell diouzin.... Koulskoude,n’eo ket evel ma fell d’in, mes evel ma fell d’id. (40) Neuze o tond etrezeg he ziskibien, e kavaz anezhe kousket ; hag e lavaraz da Ber : Petra, ha n’hoc’h euz-hu ket gallet beillia eun heur ganen ! (41) Beillit ha pedit, gant aoun ne zeufec’h da gweza en dentation ; rag ar spered a zo pront, mes ar c’hig a zo sempl.
(42) Mond a reaz adare eun eil gwech, hag e pedaz, en eur lavaret : Va Zad, ma na hell ar c’halir-ze mond pell diouzin hep ma c’hevin anezhan, ra vezo great da volontez.
(43) Hag e teuaz, hag ho c’havaz kousket adare ; rag ho daou-lagad a oa pounereet.
(44) Hag o veza kuiteet anezhe, ez eaz adare hag e pedaz evit an derved gwech, en eur lavaret ar memeus komzou.
(45) Neuze e teuaz da gavoud he ziskibien, hag e lavaraz dezhe : Kouskit c’hoas ha kemerit ho repos ! Setu deuet an heur, ha Mab an den a ia da veza livret etre daouarn ar bec’herien. (46) Savit ; deomp ; setu, an hini a drahis ac’hanoun a dosta.
(47) Hag evel ma komze c’hoas, setu Judas, unan euz an daouzec, a zeuaz, hag assambles ganthan eur vanden vraz a dud gant klezeier ha bizier, deuet a-berz prinsed ar veleien hag ar re Ancien euz ar bobl. (48) Hag an hini a drahisse anezhan hen doa roet dezhe ar sin-man : An hini a bokin dezhan, hennes eo, crogit enhan. (49) Ha rag-tal e tostaaz ouz Jesus, hag e lavaraz dezhan : Salud, Mestr ; hag e pokaz dezhan. (50) Mes Jesus a lavaraz dezhan : Va mignon, da betra oud-de deuet aman ? Neuze o tostaad, e lekejont ho daouarn var Jesus, hag e crogjont enhan.
(51) Ha setu, unan euz ar re a oa gant Jesus, oc’h astenn he zorn, a dennaz he gleze, hag o skei gant eur servicher d’ar beleg braz, e troc’haz he skouarn dezhan. (52) Neuze Jesus a lavaraz dezhan : Laka a-nevez da gleze en he blas ; rag ar re holl a gemero ar c’hleze a berisso dre ar c’hleze. (53) Ha sonjal a rez-te na helfen-me ket breman pedi va Zad, hag e tigasfe d’in rag-tal ouzpen daouzec lejion a elez ? (54) Penaos eta e vefe neuze accomplisset ar Scrituriou, pere a lavar ez eo red e c’hoarvezfe an traou-man holl.
(55) Neuze e lavaraz Jesus d’an dud-se : C’houi a zo deuet gant klezeier ha gant bizier, evel varlerc’h eul laër, da gemeret ac’hanoun ; bemdez e oann azezet en ho touez, o kelen en templ ha n’hoc’h euz ket croget enoun. (56) Mes an holl draou-man a zo c’hoarvezet, evit ma vije accomplisset ar pez ho deuz scrivet ar brofeted. Neuze an diskibien holl hen dilezaz, hag a dec’haz kuit.
(57) Mes ar re ho doa kemeret Jesus a gassaz anezhan da Gaiphas, ar beleg-braz, en peleac’h e oa assamblet ar Scribed hag ar re Ancien.
(58) Ha Per a heuliaz anezhan a-ziabell, bete lez ar beleg-braz, hag, o veza eat ebarz, ec’h azezaz e-touez ar zervicherien, evit gwelet ar fin.
(59) Hogen, prinsed ar veleien, ar re Ancien, hag an holl Sanhedrin a glaske eun desteni faoz benag a-enep Jesus, evit hen lakaad d’ar maro. (60) Mes na gavent ket ; ha petra- benag ma teuaz kalz a destou faoz ne gavent hini e-bed. Mes er fin e teuaz daou dest faoz, hag a lavaraz : (61) He-man hen deuz lavaret : Me a hell diskar templ Doue, hag hen adsevel en tri deiz.
(62) Neuze ar beleg-braz a zavaz hag a lavaraz dezhan : Ne respontez eta netra ? Petra a lavar ar re-ze a-enep d’id ?
(63) Mes Jesus a davaz. Neuze ar beleg-braz, o komz, a lavaraz dezhan : Me a gonjur ac’hanoud, dre an Doue beo, da lavaret deomp ha te eo ar C’hrist, Mab Doue ? (64) Jesus a respontaz dezhan : Hen lavaret ec’h euz ; mes c’hoas me a lavar deoc’h, penaos divar-vreman e velot Mab an den azezet a-zeô da c’halloud Doue, hag o tond var goabrennou an env. (65) Neuze ar beleg-braz a rogaz he zillad, en eur lavaret : Gwall-gomzet hen deuz ; daoust hag ezom hon euz-ni c’hoas a destou ? Klevet hoc’h euz breman he wall-gomz. Petra a zeblant deoc’h ? (66) Int a respontaz : Meritout a ra ar maro ! (67) Neuze e cranchjont ouz he vizach, hag e rojont taoliou-dorn dezhan, ha re all a skoe anezhan gant ho bizier, en eur lavaret : (68) Christ, difin gant piou oud bet skoet.
(69) Hogen Per a oa azezet en diaveaz ebarz ar porz, hag eur vatez a dostaaz outhan hag a lavaraz dezhan : Te a oa ive gant Jesus a C’halile. (70) Mes hen nac’h a reaz dirag an holl, en eur lavaret : Na ouzon ket petra a leverez.
(71) Hag evel ma oa o vond er meaz dre an nor, eur vatez all a velaz anezhan, hag a lavaraz d’ar re a oa eno : He-man a oa ive gant Jesus a Nazaret. (72) Per hen nac’haz adare gant le-douet, en eur lavaret : Ne anavezan ket an den-ze. (73) Eun neubeud amzer goude, ar re a oa eno a dostaaz hag a lavaraz da Ber : A-dra zur te a zo ive euz an dud-se ; rag da anaoud a rer diouz da langach. (74) Neuze e commansaz da zrouk-pedi ha da douat, en eur lavaret : Ne anavezan ket an den-ze ; ha rag-tal ar c’hilloc a ganaz. (75) Hag e teuaz sonj da Ber euz a c’her Jesus, pehini hen doa lavaret dezhan : Araog ma cano ar c’hilloc, ez pezo va nac’het teir gwech. Hag o veza eat er meaz, e welaz c’houero.
ERKENT ha ma oe deiz, holl brinsed ar veleien ha re Ancien ar bobl en em guzuliaz a-enep Jesus evit hen lakaad d’ar maro. (2) Ha goude beza ereet anezhan, e kasjont anezhan hag hen livrjont da Bons-Pilat, ar gouarner.
(3) Neuze Judas, pehini hen doa trahisset anezhan, o velet e oa condaonet, a zeuaz keuz dezhan hag a zigassaz an tregont pez arc’hant da brinsed ar veleien ha d’ar re Ancien, en eur lavaret : (4) Pec’het em euz ; trahisset em euz ar goad innosant. Mes int a lavaraz : Petra a ra an dra-ze deomp-ni ? Kement-se a zell ouzid-te. (5) Neuze, goude m’hen doe sklapet ar peziou arc’hant en templ, e sortiaz ac’hane, hag o veza eat kuit, en em grougaz.
(6) Prinsed ar veleien, o veza kemeret ar peziou arc’hant, a lavaraz : N’eo ket permetet lakaad anezhe ebarz an tenzor, rag an arc’hant-se eo priz ar goad. (7) Ha goude m’ho doe en em guzuliet, e prenjont park eur poder, evit interri an estranjourien. (8) Abalamour da ze ar park-se a zo c’hoas kanvet hirio Park ar goad. (9) Neuze e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre Jeremi, ar profet, en eur lavaret : Kemeret ho deuz an tregont pez arc’hant, priz an hini a zo bet lakeat he priz, euz an hini a zo bet lakeat he priz gant bugale Israel, (10) hag ho deuz roet anezhe evit park ar poder, hervez ma oa bet kemennet d’in gant an Aotrou.
(11) Hogen, Jesus a zeuaz dirag ar gouarner, hag ar gouarner a c’houlennaz diganthan, en eur lavaret : Ha te eo roue ar Judevien ? Ha Jesus a lavaraz dezhan : Hen lavaret a rez. (12) Ha pa oe tamallet gant prinsed ar veleien hag ar re Ancien, na respontaz netra. (13) Neuze Pilat a lavaraz dezhan : Ha na glevez-te ket pegement a draou a desteniont a-enep d’id ? (14) Mes Jesus na respontaz ket eur ger dezhan ; en hevelep doare ma oa souezet meurbed ar gouarner.
(15) Hogen, ar gouarner hen doa ar c’hustum, bep gwech ma teue gouel Pask, da leuskel d’ar bobl unan euz ar brizonierien, an hini a c’hoantaent kaoud. (16) Ha neuze ho doa eur prizonier gwall-vrudet, a c’halvet Barabbas. (17) Evel ma oant assamblet, Pilat a lavaraz dezhe : Pe hini a fell deoc’h a laoskfen ganeoc’h, Barabbas, pe Jesus a c’halver Christ ? (18) Rag gouzoud a rea dre jalouzi e oa ho doa livret anezhan.
(19) Hogen e-pad ma oa azezet var he dribunal, he vreg a gassaz eur re-benag da lavaret dezhan : Diwall da zourcial deuz ar pez a zell ouz an den just-se ; rag eun huvre em euz bet hirio divar he ben hag hen deuz great kalz a boan d’in.
(20) Mes prinsed ar veleien hag ar re Ancien a reaz d’ar bobl goulen Barabbas, ha lakaad koll Jesus. (21) Hag ar gouarner, o komz adare, a lavaraz dezhe : Pe hini anezhe ho daou a fell deoc’h a laoskfen deoc’h ? Hag e respontjont : Barabbas. (22) Pilat a lavaraz dezhe : Petra a rin-me eta euz a Jesus a c’halver Christ ? Holl e leverjont dezhan : Ra vezo crucifiet. (23) Hag ar gouarner a lavaraz : Mes pe seurt drouk hen deuz-han great ? Neuze e crijont c’hoas krenvoc’h, en eur lavaret : Ra vezo crucifiet. (24) Pa velaz Pilat penaos na c’houneze netra, mes e creske an trubuil, e kemeraz dour, hag e walc’haz he zaouarn dirag ar bobl, en eur lavaret : Me a zo net euz a voad an den just-se ; ouzoc’h-c’houi e sell kement-se. (25) Hag ar bobl holl a respontaz : Ra gwezo he voad varnomp-ni, ha var hor bugale !
(26) Neuze e laoskaz ganthe Barabbas, ha goude m’hen doa lakeat skourjeza Jesus, e livraz anezhan dezhe da veza crucifiet.
(27) Neuze ar zoudarded a gassaz Jesus da balez ar gouarner, hag e tastumjont var he dro an holl vanden soudarded. (28) Ha goude beza divisket anezhan, e lekejont en-dro dezhan eur vantel bourpr. (29) Hag o veza great eur gurunen gant spern, e lekejont anezhi var he ben, gant eur gorzen en he zorn deô, hag o plega ho glin dirazhan, e rent goab anezhan, en eur lavaret : Salud roue ar Judevien. (30) Hag o cranchat outhan, e kemerent ar gorzen, hag e skoent ganthan var he ben. (31) Goude m’ho doe great goab anezhan evel-se, e tennjont ar vantel divarnezhan, hag e wiskjont anezhan gant he zillad he- unan, hag e kasjont anezhan evit hen crucifia.
(32) Pa oent o tond er meaz, e kavjont eun den euz a Ziren, hanvet Simon, hag e rejont dezhan dougen croaz Jesus. (33) Hag o veza erruet en eul leac’h galvet Golgotha, da lavaret eo, leac’h ar pen-maro, e rojont dezhan da eva gwin-egr mesket gant ar vestl ; (34) mes pa hen doe he danveet, na fellaz ket dezhan eva.
(35) Ha goude m’ho doe staget anezhan ouz ar groaz, e rejont partach var he zillad, en eur denna d’ar sort varnezhe ; evit ma vije accomplisset ar pez a zo bet lavaret dre ar profet : Partajet ho deuz va dillad etrezhe, ha tennet ho deuz d’ar sort var va zae. (36) Hag o veza azezet, e tiwallent anezhan eno. (37) Lakaad a rejont ive a-uz d’he ben eur scrid evit rei da anaoud ar sujet euz he gondaonation : He-man eo Jesus Roue ar Judevien.
(38) Crucifiet e oe assambles ganthan daou laer, unan a-zeô, hag egile a-gleiz.
(39) Hag ar re a dremene a zrouk-komze diouthan en eur hija ho fen, hag e lavarent : (40) Te pehini a ziskar an templ, hag a zav anezhan en tri devez, en em zaveta da-unan ; mar d’oud Mab Doue, disken euz ar groaz. (41) Er memeus doare ive prinsed ar velein, ar Scribed hag ar re Ancien, a rea goab anezhan en eur lavaret : (42) Ar re all hen deuz saveteet, ha na hell ket en em zavetei he-unan. Mar d’eo roue Israel, ra ziskenno eta breman euz ar groaz, ha ni a gredo enhan. (43) Lakeat hen deuz he fizians en Doue ; mar kar Doue anezhan, delivro eta anezhan breman, pa’z eo gwir hen deuz lavaret : Me eo Mab Doue. (44) Al laeron pere a oa bet crucifiet assembles ganthan, a rea dezhan an hevelep rebechou.
(45) Hogen, adaleg ar c’houec’hved beteg an naoved heur, e oa goloet an douar holl a devalijen.
(46) Hag e-tro an naoved heur, Jesus a griaz gant eur vouez krenv, en eur lavaret : Eli, EH, lama sabachthani ! da lavaret eo : Va Doue, va Doue, perag ec’h euz-te va dilezet ? (47) Hag hinienou euz ar re a oa eno, o veza klevet anezhan a lavaraz : He-man a c’halv Elias. (48) Ha rag-tal unan anezhe a redaz, hag a gemeraz eur spoue, hag o veza he leuniet a win-egr, hel lekeaz e pen eur gorzen, hag e roaz dezhan da eva. (49) Mes ar re all a lavare : Lest, gwelomp ha dond a raio Elias d’he zavetei.
(50) Neuze Jesus, o veza criet adare gant eur vouez krenv, a rentaz he spered.
(51) Er memeus amzer ar voal euz an templ en em rogaz en daou hanter, adaleg an neac’h beteg an traoun, an douar a grenaz, hag ar rec’hier a fraillaz, (52) ar beziou a zigoraz, ha kalz a gorfou zent, pere a oa maro, a resussitaz ; (53) hag o veza deuet er meaz euz ho beziou goude ho resurrection, ez ejont er gear zantel, hag e oent gwelet gant kalz a dud.
(54) Neuze ar c’hantener hag ar re a oa ganthan o tiwall Jesus, pa veljont an douar o krena ha kement a oa c’hoarvezet, a oe spountet braz, hag a lavaraz : E gwirionez, he- man a oa Mab Doue.
(55) Bez’ e oa eno kalz a c’hragez pere a zelle a-ziabell, hag ho doa heuliet Jesus adaleg ar C’halile oc’h he zervicha ; (56) en ho zouez e oa Mari Magdalen, ha Mari, mam Jakes ha Joses, ha mam mibien Zebede.
(57) Ha diouz an abardaez, e teuaz eun den pinvidic euz a Arimathe, hanvet Josef, pehini a oa bet ive diskibl da Jesus ; he-man a ieaz da gavout Pilat hag a c’houlennaz corf Jesus ; (58) ha Pilat a c’hourc’hemenaz hen rei dezhan. (59) Goude m’hen doa Josef kemeret ar c’horf, e lienaz anezhan gant eul linsel wenn, (60) hag e lekeaz anezhan en eur bez nevez hen doa great toulla er roc’h evithan he-unan ; ha goude beza ruliet eur mean braz ouz dor ar bez, ez eaz kuit. (61) Ha Mari Magdalen, hag ar Mari all, a oa azezet eno dirag ar bez.
(62) An deiz varlerc’h, da lavaret eo, an deiz goude preparation ar sabbat, prinsed ar veleien hag ar Farizianed a ieaz assambles da gavout Pilat, hag e leverjont dezhan : (63) Aotrou, deuet eo da vemor deomp penaos an trompler-ze a lavare pa oa beo : A-ben tri devez me a resussito. (64) Gourc’hemen eta ma vezo diwallet-mad ar bez beteg an trede deiz, gant aoun na zeufe he ziskibien en noz da laerez anezhan, ha na lavarfent d’ar bobl : Savet eo a-douez ar re varo. An dromplerez diveza-man a vez gwassoc’h eget ar c’henta. (65) Pilat a lavaraz dezhe : Bez’ hoc’h euz gwarded ; it, ha diwallit anezhan evel ma karfet. (66) Mond a rejont eta kuit, hag e lekejont sur ar bez, en eur sielia ar mean, hag o lakaad gwarded en dro dezhan.
A oe tremenet ar sabbat, da c’houlou deiz an devez kenta euz ar sizun, e teuaz Mari Magdalen hag ar Vari all evit gwelet ar bez. (2) Ha setu eur c’hrennamant douar braz a oa bet, rag eun eal a-berz an Aotrou a oa diskennet euz an env, hag o tostaad, hen doa ruliet kuit ar mean a-zirag an nor hag azezet varnezhan. (3) He visach a oa evel eul luc’heden, hag he zae gwenn evel an erc’h. (4) Ha gant ar spount ar gwarded ho doa krenet hag a oa deuet da veza evel tud varo. (5) Hogen an eal, o komz outhe, a lavaraz d’ar gragez : Evidoc’h-hu, n’ho pezet ket a aoun, rag gouzoud a ran penaos e klaskit Jesus pehini a zo bet crucifiet. (6) N’ema ket aman, rag resussited eo, hervez m’hen doa lavaret. Deuit, ha gwelit al leac’h e pehini e oa gourvezet an Aotrou ; hag it buhan da lavaret d’he ziskibien penaos eo resussitet a-douez ar re varo ; (7) ha setu, ema o vond araog deoc’h en Galile ; eno e velot anezhan, hen lavaret em euz deoc’h.
(8) Neuze ez ejont buhan er meaz euz ar bez, gant spount ha gant eur joa vraz, (9) hag e redjont da ziscleria kement-man d’he ziskibien.
Mes, pa oant o vond da ziscleria kement-man dezhe, setu Jesus a zeuaz d’ho dialben, en eur lavaret : Me ho salud. Hag int a dostaaz, hag a bokaz d’he dreid, hag a adoraz anezhan. Neuze Jesus a lavaraz dezhe : (10) N’ho pezet ket a aoun ; it, ha livirit d’am breudeur mond en Galile, hag eno e velint ac’hanoun.
(11) Pa oent eat kuit, eur re-benag euz ar gwarded a zeuaz en kear, hag a ziscleriaz da brinsed ar veleien kement a oa c’hoarvezet. (12) Ar re-man en em assamblaz kerkent gant ar re Ancien, ha goude beza en em guzuliet, e rojont eur som braz a arc’hant d’ar zoudarded. (13) Hag e leverjont dezhe : Livirit evel-hen : He ziskibien a zo deuet e-pad an noz, hag ho deuz laeret he gorf pa oamp kousket. (14) Ha mar deu ar gouarner da glevet kement-se, ni a chounezo anezhan hag e tennimp ac’hanoc’h a boan. (15) Ar zoudarded, o veza kemeret an arc’hant, a reaz evel ma oant bet kelennet ; hag ar vrud-se hen deuz redet e-touez ar Judevien beteg hirio.
(16) Hogen an unnec diskibl a ieaz en Galile, var ar menez a oa bet merket dezhe gant Jesus. (17) Ha pa her gweljont, ec’h adorjont anezhan ; mes bez’ e oe darn hag a zouetaz. (18) Ha Jesus a dostaaz, hag a gomzaz outhe, en eur lavaret : Pep galloud a zo roet d’in en env ha var an douar ; it eta, ha kelennit an holl boblou, (19) o vadezi anezhe en hano an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel hag o tiski dezhe miret kement tra em euz gourc’hemenet deoc’h ; (20) ha setu, emoun ganeoc’h bemdez bete fin ar bed. Amen !
OMMANSAMANT Aviel Jesus-Christ, Mab Doue. (2) Hervez ar pez a oa bet scrivet er brofeted : Setu, e kassan va c’hannad dirag da faç, da brepari an hent araog d’id : (3) Mouez an hini a gri en dezert : Preparit hent an Aotrou ; grit eün he wenojennou.
(4) Ian a vadeze en dezert, hag a brezege badiziant ar gonversion, evit remission ar pec’hejou. (5) Ha bro ar Jude holl ha tud Jerusalem a iea d’he gavout, hag e oant holl badezet ganthan e rivier ar Jourdan, oc’h anzav ho fec’hejou.
(6) Ian hen doa eur wiskamant great gant bleo kanval, hag eur gouriz ler en-dro d’he groazel, hag he voued a oa killeien-raden ha mel gwez. (7) Prezeg a rea en eur lavaret ; Dond a ra var va lerc’h unan, hag a zo galloudussoc’h eged’oun, da behini n’oun ket dign da blega, evit dizeren correou he voutou. (8) Evidoun-me em euz ho padezet en dour, mes hen ho padezo er Spered-Santel.
(9) En amzer-ze e c’hoarvezaz ma teuaz Jesus euz a Nazaret, kear euz a C’halile, hag e oe badezet gant Ian er Jourdan. (10) Ha rag-tal, evel ma save euz an dour, e velaz an envou o tigeri hag ar Spered-Santel o tisken varnezhan evel eur goulm. (11) Hag eur vouez a zeuaz euz an envou, hag a lavaraz : Te eo va mab muia-karet en pehini eman va holl flijadur.
(12) Ha rag-tal ar Spered a gassaz Jesus ebarz an dezert. (13) Hag e chomaz eno en dezert daou ugent devez, o veza tentet gant Satan ; hag e oa e-touez al loened gwez, hag an elez a zerviche anezhan.
(14) Hogen, pa oe bet lakeat Ian er prizon, Jesus a ieaz en Galile, en eur brezeg aviel rouantelez Doue, hag en eur lavaret : (15) An amzer a zo accomplisset, ha rouantelez Doue a zo tost. En em gonvertissit ha credit d’an Aviel.
(16) Hogen, evel ma valee a-hed mor Galile, e velaz Simon hag Andre ha vreur, pere a daole ho rouejou er mor ; rag pesketerien e oant. (17) Neuze Jesus a lavaraz dezhe ; Heullit ac’hanoun, ha me ho lako da besketerien tud. (18) Ha kerkent, o lezel ho rouejou, ec’h heuljont anezhan.
(19) Hag o veza eat ac’hane eun neubeut pelloc’h, e velaz Jakes, mab Zebede, ha Ian he vreur, pere a oa o tressa ho rouejou en eur vag. (20) Kerkent e c’halvaz anezhe : hag int, o lezel ho zad Zebede er vag gant an devejourien, a ieaz var he lerc’h.
(21) Neuze ec’h antrejont en Capernaüm ; ha Jesus, o veza eat er sinagog kerkent ha ma oa deuet deiz ar Sabbat, a gommansaz da gelen. (22) Hag e oant souezet gant he gelennadurez ; rag ho diski a rea evel unan hag {Reizh|o|a}} oa otorite ganthan, ha n’e ket evel ar Scribed.
(23) Hogen, bez’ e oa en ho zinagog eun den possedet gant eur spered impur, pehini a griaz, hag a lavaraz : (24) Ah ! petra a zo etre te ha ni, Jesus a Nazaret ? Ha deuet oud-de evit hon c’holl ? Gouzoud a ran piou oud ; ar Zant a Zoue. (25) Mes Jesus a c’hourdrouzaz anezhan en eur lavaret ; Ro peoc’h, ha kea er meaz euz an den-ze. (26) Neuze ar Spered impur, oc’h hija anezhan stard, a ieaz er meaz anezhan, en eur leuskel eur griaden vraz.
(27) Souezet braz e oent holl, en hevelep doare ma c’houlennent etrezhe : Petra eo an dra-man ? Pe seurt kelennadurez nevez eo hou-man, rag gourc’hemen a ra gant otorite d’ar sperejou impur zo-ken, hag e sentont outhan ? (28) Hag ar vrud anezhan a redaz kerkent dre an holl vro var dro da C’halile.
(29) Goude beza eat er meaz euz ar sinagog, e teujont kerkent gant Jakes ha Ian da di Simon hag Andre. (30) Hogen, mam-gaer Simon a oa en he gwele, klanv gant an derzien ; ha rag-tal e komzjont outhan divar he fen. (31) Neuze, o tostaad, e roaz he zorn dezhi hag e savaz anezhi ; ha kerkent, an derzien he c’huitaaz, hag e servichaz anezhe.
(32) Diouz an abardaez, pa oe kuzet an heol, e tigasjont dezhan an holl dud klanv hag ar re bossedet gant drouk-sperejou. (33) Hag ar bobl holl euz a gear a oa dastumet dirag an nor. (34) Hag e iac’heaz kalz a dud, pere a oa klanv gant peb seurt klenved, hag e kassaz kuit kalz a zrouk-sperejou, hag e tifenne outhe lavaret ec’h anavezent anezhan.
(35) O veza savet mintin mad, pa oa c’hoas teval, hen a zortiaz hag ez eaz en eul leac’h distro, hag e pede eno.
(36) Ha Simon, hag ar re a oa assambles ganthan, a ieaz d’he glask. (37) Ha p’ho doe kavet anezhan, e leverjont dezhan : An holl a zo o klask ac’hanoud. (38) Hag hen a lavaraz dezhe : Deomp d’ar villajennou a zo tro-var-dro, evit ma prezegin ive eno ; rag evit se eo ez oun deuet. (39) Hag e prezege en ho zinagogou, dre an holl C’halile, hag e-kasse kuit an drouk-sperejou.
(40) Hag e teuaz d’he gavout eun den lor, pehini oc’h en em deurel var he zaoulin dirazhan, a bedaz anezhan, en eur lavaret : Mar fell d’id, ec’h hellez va netaad. (41) Ha Jesus, o kaout truez outhan, a astennaz he zorn, a douchaz outhan, hag a lavaraz dezhan : Ia, fellout a ra d’in, bez eta net. (42) Ha kerkent m’hen doe lavaret kement-se, al lorgnez a ieaz kuit, hag an den-ze a oe neteet. (43) Ha Jesus a gassaz anezhan kuit rag-tal gant eun difen stard, en eur lavaret dezhan : (44) Diwall na liviri netra da zen e-bed ; mes kea, hag en em ziskouez d’ar beleg, hag offr evit da burification ar pez hen deuz gourc’hemenet Moises evit ma zervicho kement-se da desteni dezhe. (45) Mes o veza eat er meaz, an den-ze a gommansaz da gonta d’an holl ar pez a oa c’hoarvezet, ha da lakaad kement-se da veza anavezet tro-var-dro, en hevelep doare na helle mui Jesus mond en kear e-touez an dud ; mes choum a rea el leac’hiou dizarempred, hag a bep tu e teuet d’he gavout.
UN neubeut deveziou goude, Jesus a zeuaz adare da Gapernaüm, (2) ha kerkent ha ma oe klevet e oa en ti, e teuaz kement a dud, ken ne oa ket a blas evithe memeus en-dro d’an nor ; hag hen a brezege dezhe ger Doue.
(3) Neuze e teuaz tud d’he gavout pere a zigasse dezhan eur paralitic hag e oa pevar o tougen anezhan. (4) Mes evel na hellent ket tostaad outhan abalamour d’ar foul, e savjont an doen a-uz d’ar plas e leac’h ma hen em dalc’he Jesus, hag o veza great eun toul, e tiskenjont dre eno ar gwele var behini e oa gourvezet ar paralitic. (5) Neuze Jesus, o velet ho feiz, a lavaraz d’ar paralitic : Va mab, da bec’hejou a zo pardonet d’id. (6) Hag eur re-benag euz ar Scribed, hag a oa azezet eno, a rezone evel-hen en ho c’halonou : (7) Perag e lavar he-man gwall-gomzou evel-se ? Piou a hell pardoni ar pec’hejou nemed Doue hep-ken ? (8) Ha Jesus o veza gouezet kerkent, dre he spered, ar pez a zonjent enhe ho-unan, a lavaraz dezhe : Perag hoc’h euz-hu ar seurt sonjou-ze en ho calonou ? (9) Pehini eo an ezeta, pe lavaret d’ar paralitic : Da bec’hejou a zo pardonet d’id, pe lavaret dezhan : Sav, kemer da vele, ha kerz ? (10) Hogen, evit ma ouezot hen deuz Mab an den ar galloud var an douar da bardoni ar pec’hejou, e lavaraz d’ar paralitic : (11) Me a lavar d’id : Sav, crog en da vele, ha kea d’ar gear. (12) Ha kerkent e savaz, hag o veza kemeret he vele, ez eaz er meaz dirag an holl, en hevelep doare ma oe souezet braz an holl, ha ma c’hlorifient Doue, o lavaret : Biskoas n’hon euz gwelet kement all.
(13) Neuze Jesus a ieaz adare da gostez ar mor ; hag an holl bobl a zeue d’he gavout, hag e kelenne anezhe.
(14) Hag en eur dremen, e velaz Levi, mab Alfe, azezet en bureo ar c’hargou ; hag e lavaraz dezhan : Deuz var va lerc’h. Hag hen a zavaz, hag a heulliaz anezhan.
(15) Hag e c’hoarvezaz, pa edo ouz taol en ti an den-ze, m’hen em lakeaz ive ouz taol gant Jesus hag he ziskibien kalz a bublicaned hag a bec’herien ; rag bez’ e oant kalz hag ho doa heulliet anezhan. (16) Hag ar Scribed hag ar Farizianed, o velet ma tebre gant ar bublicaned hag ar bec’herien, a lavare d’he ziskibien : Perag e tebr hag ec’h ev-hen gant ar bublicaned hag ar bec’herien ? (17) Ha Jesus, o veza klevet kement-se, a lavaraz dezhe : N’e ket ar re a zo iac’h ho deuz ezom a vedeusin, mes ar re a zo klanv ; n’oun ket deuet evit gervel ar re just d’ar gonversion, mes ar bec’herien.
(18) Hogen, diskibien Ian hag ar Farizianed a iune alies, hag e teujont da gavout Jesus hag e leverjont dezhan : Perag e iun diskibien Ian ha re ar Farizianed, ha da ziskibien-te ne iunont ket ? (19) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Daoust ha mignoned ar pried a hell iun e-pad ma ema ar pried ganthe ? E-keit ha ma ema ar pried ganthe, na hellont ket iun. (20) Mes dond a rai an deiziou ma vezo lammet ar pried diganthe, ha neuze e iunint en deiziou-ze. (21) Den na stag eun tam mezer nevez ouz eur zae goz ; anez an tam mezer nevez a rogfe ar mezer koz, hag ar rogaden a vefe gwassoc’h. (22) Den ken neubeut na laka gwin nevez en barikennou koz ; anez ar gwin nevez a freuzfe ar barikennou, ar gwin a redfe, hag ar barikennou a vefe kollet ; mes red eo lakaad ar gwin nevez en barikennou nevez.
(23) Hag e c’hoarvezaz, pa oa Jesus o tremen a-dreuz an ed, eun devez sabbat, ma commansaz he ziskibien, en eur vale, da denna tamoezennou. (24) Hag ar Farizianed a lavaraz dezhan : Sell, perag e reont-hi ar pez n’eo ket permetet en deiziou ar Sabbat ? (25) Mes hen a lavaraz dezhe : Ha n’hoc’h euz-hu ket biskoas lennet ar pez a reaz David, pa hen doe ezom ha pa hen doe naoun, hen hag ar re a oa assambles ganthan ? (26) Penaos ez eaz en ti Doue, en amzer Abiathar, ar beleg-braz, hag e tebraz ar baraou consacret da Zoue, pere ne oa ket permetet ho dibri nemed d’ar veleien hepken, ha penaos e roaz ive lod d’ar re a oa assambles ganthan ? (27) Neuze e lavaraz dezhe : Ar sabbat a zo bet great evit an den, ha nann an den evit ar sabbat. (28) Evel-se Mab an den a zo mestr memeus var ar sabbat.
ESUS a antreaz eur vech all er sinagog, ha bez’ e oa eno eun den hag oa dizec’het he zorn. (2) Hag int a zelle piz outhan da velet hag hen a iac’haje anezhan da zeiz ar sabbat, evit gallout hen tamal. (3) Hag e lavaraz d’an den a oa dizec’het he zorn : Sav ha choum aze er c’hreiz. (4) Neuze e lavaraz dezhe : Ha permetet eo da zeiz ar sabbat ober vad pe ober drouk ? savetei eun den, pe hen lezel da berissa ? Mes na rojont respont e-bed dezhan. (5) Neuze, o sellet gant coler ouz ar re a oa en-dro dezhan, glac’haret o velet pegen kaledet e oa ho c’halonou, e lavaraz d’an den-ze : Astenn da zorn. Hag ben a astennaz anezhan, hag he zorn a zeuaz iac’h evel egile. (6) Hag ar Farizianed, o veza eat er meaz, en em guzuliaz rag-tal gant an Herodianed a-enep dezhan, evit gouzout petra da ober evit hen koll.
(7) Mes Jesus en em dennaz gant he ziskibien etrezeg ar mor, hag eur foul braz hen heulliaz euz a C’halile, hag euz ar Jude, euz a Jerusalem, euz an Idume hag euz an tu all d’ar Jourdan. (8) Hag an dud divar dro Tir ha Sidon, o veza klevet ar burzudou a rea, a zeuaz ive d’he gavoud e niver braz. (9) Hag hen a lavaraz d’he ziskibien derc’hel prest eur vag dezhan, abalamour d’ar bobl vraz-ze, gant aoun na vije re-wasket ganthe. (10) Rag bez’ hen doa iac’heet kalz anezhe, en hevelep doare ma en em daole varnezhan kement hag ho doa gwall-glenvejou evit gallout touch outhan. (11) Hag ar sperejou impur, pa her gwelent, en em brosterne dirazhan, hag a grie, o lavaret : Te eo Mab Doue ! (12) Mes hen a c’hourc’hemene stard dezhe diwall da ziscleria anezhan.
(13) Goude-ze e pignaz var eur menez, hag e c’halvaz d’he gavoud ar re a felle dezhan, hag e teujont d’hen kavout. (14) Hag hen a lekeaz daouzec anezhe evit beza assambles ganthan, evit ho c’has da brezeg, (15) ha da gaoud ar galloud da iac’haad ar c’hlenvejou ha da gas kuit an drouk-sperejou. (16) Ar re-man a oe Simon, da behini e roaz an hano a Ber ; (17) ha Jakes mab Zebede, ha Ian breur Jakes, da bere e roaz an hano a Boanerjes, da lavaret eo, mibien ar gurun ; (18) hag Andre, Philip, Barthelemi, Maze, Thomas, Jakes mab Alfe, Tadde, Simon ar C’hananead, (19) ha Juda Iscariot, an hini a drahissaz anezhan.
(20) Neuze e tistrojont d’an ti ; hag ar bobl en em zastumaz adare eno, en hevelep doare na hellent ket zoken dibri ho boued. (21) Pa glevaz he gerent kement-se, ez ejont evit cregi enhan ; rag lavaret a reant : Kollet eo he skiant ganthan.
(22) Hag ar Scribed, pere a oa diskennet euz a Jerusalem, a lavare : Possedet eo gant Beelzebul, ha dre brins an drouk-sperejou eo e kas kuit an drouk-sperejou.
(23) Mes Jesus, o veza galvet anezhe, a lavaraz dezhe dre barabolennou : Penaos ec’h hell Satan kas Satan kuit ? (24) Rag mar bez eur rouantelez diviset a-enep dezhi he-unan, na hell ket ar rouantelez-ze choum en he za ; (25) ha mar bez eun ti diviset a-enep dezhan he-unan, na hell ket an ti-ze choum en he za ; (26) mar sav eta Satan a-enep dezhan he-unan ha mar ema diviset, na hell ket derc’hel da bad ; mes fin a zo dezhan. (27) Den na hell antren en ti eun den krenv ha kemeret he vadou diganthan, nemed ereet hen defe da genta an den krenv-ze ; ha neuze e kemero kement tra a zo en he di. (28) E gwirionez hen lavaran deoc’h, pep pec’hed a vezo pardonet da vugale an dud, hag ive pep gwall-gomz dre behini ho devezo gwall-gomzet ; (29) mes piou-benag hen devezo gwall-gomzet a-enep ar Spered-Santel, na vezo biken pardonet dezhan ; mes coupabl eo euz a eur pec’hed eternel. (30) Jesus a gomzaz evel-se, abalamour ma lavarent : Possedet eo gant eur spered impur.
(31) He vreudeur hag he vam a zeuaz eta, hag o choum er meaz, e kasjont tud d’hen gervel ; hag ar bobl a oa azezet en dro dezhan. (32) Hag e oe lavaret dezhan : Setu da vam ha da vreudeur a zo du-hont er meaz o klask ac’hanoud. (33) Mes hen a respontaz : Piou eo va man, ha piou eo va breudeur ? (34) Neuze en eur zellet ouz ar re a oa azezet en dro dezhan, e lavaraz : Setu aman va mam ha va breudeur. (35) Rag piou-benag a rai bolontez Doue, hennes eo va breur, ha va c’hoar ha va mam.
ESUS a gommansaz adare da gelen e-tal ar mor, ha kement a dud en em zastumaz var he dro, ma pignaz var eur vag, hag ec’h azezaz enhi, hag an holl bobl a oa var an douar e bord ar mor. (2) Hag hen a zeske dezhe kalz a draou dre barabolennou, hag e lavare dezhe en he gelennadurez :
(3) Selaouit : Eun hader a ieaz er meaz evit hada ; (4) ha pa oa oc’h hada, e c’hoarvezaz da zarn euz an had kweza a-hed an hent, hag al lapoused a zeuaz hag hen debraz holl ; (5) lod all a gwezaz en eul leac’h meinec, e pe leac’h n’hen doa ket kalz a zouar ; hag e savaz kerkent, dre ma ne oa ket doun en douar ; (6) mes pa oe savet an heol, e oe devet, ha dre n’hen doa ket a c’hrizien, e sec’haz ; (7) lod all a gwezaz e-touez ar spern ; hag ar spern a zavaz hag a vougaz anezhan, ha ne roaz ket a frouez ; (8) ha lod all a gwezaz en douar mad hag e roaz frouez, pehini a zavaz hag a greskaz, en hevelep doare ma rapportaz unan tregont, eun all tri-ugent, hag eun all kant. (9) Hag e lavaraz dezhe : Ra zelaouo an neb hen deuz diou-skouarn da glevet.
(10) Hogen, pa edo he-unan, ar re a oa en dro dezhan gant an Daouzec, a c’houlennaz diganthan divarben ar barabolen-ze. (11) Hag e lavaraz dezhe : Roet eo deoc’h da anaoud myster rouantelez Doue ; mes d’ar re a zo a ziaveaz e vez lavaret pep tra dre barabolennou ; (12) evit o velet, ma velint ha na apercevint ket ; hag o klevet, ma klevint ha na gomprenint ket ; gant aoun na zistrofent ha na vez pardonet dezhe ho fec’hejou. (13) Hag e lavaraz dezhe : Ha na gomprenit-hu ket ar barabolen-ze ? Penaos eta e comprenot-hu ar parabolennou all.
(14) An hader a had ar Ger. (15) Ar re a zo a-hed an hent, eo ar re a zo hadet ar Ger enhe, mes kerkent m’ho deuz he glevet, e teu Satan hag e lam kuit ar Ger a oa bet hadet en ho c’halonou ; (16) er memeus doare, ar re a receo an had el leac’hiou meinec, eo ar re pere, kerkent ha ma klevont ar Ger, a receo anezhan gant joa ; (17) mes n’ho deuz ket a c’hrizien enhe ho-unan, ha ne badont nemed eur momant, neuze kerkent ha ma sav trubul pe bersecution abalamour d’ar Ger, e vezont scandalizet. (18) Hag ar re a receo an had e-touez ar spern, eo ar re a zelaou ar Ger ; (19) mes sourciou ar bed-man, tromplerez ar madou ha meur seurt desiriou all o tond varnezhe, a voug ar Ger, hag e teu da veza difrouez ; (20) mes ar re ho deuz recevet an had en douar mad, eo ar re a zelaou ar Ger, hag a receo anezhan, hag a zoug frouez, unan tregont, eun all tri-ugent, hag eun all kant.
(21) Lavaret a eure c’hoas dezhe : Daoust ha digasset e vez eur c’houlaouen evit he lakaad dindan eur boezel, pe dindan eur gwele ? Ha n’ed eo ket kentoc’h evit he lakaad var eur c’hantoleur ? (22) Rag n’euz netra kuzet ha na dle beza discleriet, ha netra goloet ha na dle beza rentet anat. (23) Mar hen deuz unan-benag diou-skouarn da glevet, ra zelaouo.
(24) Lavaret a reaz c’hoas dezhe : Likit evez ouz ar pez a glevit. Diouz ar muzur gant pehini e vuzurit e vezo muzuret deoc’h, ha deoc’h-hu pere a zelaou e vezo roet c’hoas muioc’h. (25) Rag an neb hen deuz e vezo roet dezhan ; mes an hini n’hen deuz ket, e vezo lammet diganthan zoken ar pez hen deuz.
(26) Lavaret a reaz c’hoas : Rouantelez Doue a zo henvel ouz eun den hag hen deuz taolet had en douar ; (27) pe hen a gousko pe hen a vezo var ar bale, koulz en noz evel en deiz, an had ne ehan ket da ziwann ha da greski hep ma oar an den penaos. (28) Rag an douar a ro anezhan he-unan, da genta ar yeot, neuze an damoezen, ha goude-ze ar c’hreunen en damoezen. (29) Ha pa vez dare ar frouez, e lekeer rag-tal ar fals enhan, rag an eost a zo deuet.
(30) Lavaret a eure c’hoas : Deuz a betra e lavarimp ez eo henvel rouantelez Doue, pe dre be seurt parabolen ec’h hallimp-ni hen rei da gompren ? (31) Henvel eo ouz eur c’hreunen moutard, pehini, pa vez hadet, a zo ar bihana euz an holl hadou a vez taolet en douar ; (32) mes goude ma vez hadet, e sav hag e teu da veza brassoc’h eged an holl louzou all, hag e taol brancou braz, en hevelep doare ma hell lapoused an env choum dindan he disheol.
(33) Dre galz a barabolennou euz ar seurt-se e tisclerie dezhe ar Ger, hervez ma c’hallent compren anezhan. (34) Ha na gomze ket outhe hep parabolen ; mes, pa en em gave he-unan gant he ziskibien, e tisclerie pep tra dezhe.
(35) En devez-se, pa oe deuet an abardaez, e lavaraz dezhe : Tremenomp en tu all d’ar mor. (36) Hag o veza kasset kuit ar bobl, e kasjont Jesus ganthe evel ma oa er vag ; ha bez’ e oa ive bagou bihan all hag a iea assambles ganthan. (37) Neuze e savaz eur barrad gwall amzer, hag o veza ma en em daole ar mor var ar vag, e oa erru dija karget a zour. (38) Mes hen a oa e pen adre ar vag, kousket var eur pluec ; dihuna a rejont anezhan, hag e leverjont dezhan : Mestr, ne rez van e-bed eta, vid hon gwelet o vond da goll ? (39) Mes hen, o veza dihunet, a gomzaz gant otorite ouz an avel, hag a lavaraz d’ar mor : Ro peoc,h ha choum sioul. Hag an avel a davaz, hag an amzer a zeuaz da veza calm braz. (40) Neuze e lavaraz dezhe : Perag hoc’h euz-hu aoun ? Penaos n’hoc’h euz-hu ket a feiz ? (41) Hag int spouronet-holl a lavare an eil d’egile : Piou eta eo he-man, pa rank zo-ken an avel hag ar mor senti outhan ?
RRUOUT a rejont en tu all d’ar mor, en bro ar Gadarened. (2) Ha kerkent ha ma oe diskennet Jesus euz ar vag, e teuaz d’he zialben eun den a oa o tond euz ar beziou, hag a oa possedet gant eur spered impur. (3) He-man a rea he choumach er beziou, ha ne halle den he zerc’hel stag zoken gant chadennou ; (4) rag alies, goude ma oa bet lakeat hualou var he dreid, ha ma oa bet staget gant chadennou, e oa bet diframmet ganthan ar chadennou ha toret an hualou ; ha den na helle dond a-ben anezhan. (5) Hag e choume atao, noz deiz, var ar meneziou hag er beziou, o crial hag oc’h en em vlonsa gant mein.
(6) Pa hen doe gwelet Jesus a-ziabell, e teuaz en eur redec d’en em brosterni dirazhan, (7) hag e lavaraz, en eur grial a vouez huel : Petra a zo etre te ha me, Jesus, Mab an Doue Holl-galloudec ! Da gonjuri a ran, dre an hano a Zoue, na dourmant ket ac’hanoun. (8) Rag Jesus a lavare dezhan : Spered impur, kea er meaz euz an den-se. (9) Ha Jesus a c’houlennaz diganthan : Pe hano ec’h euz ? Hag hen a respontaz : Lejion eo va hano, o veza ma’z omp kalz. (10) Hag e pede stard anezhan na gasche ket anezhe er meaz euz ar vro-ze.
(11) Hogen, bez’ e oa eno, var gostez ar meneziou, eur vanden vraz a voc’h o peuri. (12) Hag an holl drouk-sperejou a bede anezhan, en eur lavaret : Kas ac’hanomp er moc’h-ze, evit ma’z aimp enhe. Ha rag-tal Jesus a bermetaz dezhe. (13) Neuze ar sperejou impur-ze, o veza eat er meaz, a antreaz er moc’h, hag ar vanden, a oa anezhe var-dro daou vil, en em daolaz d’an traon er mor, hag e oent beuzet eno. (14) Hag ar re a oa o vessa ar moc’h a redaz kuit, hag a gassaz ar c’helou-ze en kear ha var ar meaz. (15) Hag an dud a zeuaz er meaz da velet ar pez a oa c’hoarvezet ; hag e teujont etrezeg Jesus, hag e veljont an hini a oa bet dalc’het gant al lejion a zrouk-sperejou, azezet, gwisket hag en he skiant vad ; hag e teuaz aoun braz dezhe. (16) Hag ar re ho doa gwelet kement-se, a gontaz dezhe ar pez a oa c’hoarvezet gant an den possedet ha gant ar moc’h. (17) Neuze en em lekejont d’hen pedi da vont kuit euz ho bro.
(18) Ha pa oe pignet er vag, an hini a oa bet dalc’het gant an drouk-spered a bedaz anezhan d’hen lezel da choum ganthan. (19) Mes Jesus na bermetaz ket dezhan, hag a lavaraz dezhan : Kea d’az ti da gavoud da dud, ha lavar dezhe an traou burzudus hen deuz great an Aotrou d’id, ha penaos hen deuz bet truez ouzid. (20) Hag ez eaz kuit, hag en em lakeaz da ziscleria en Decapolis an traou burzudus hen doa great Jesus dezhan ; hag an holl a oe souezet braz.
(21) Jesus o veza adare treuzet ar mor er vag hag eat d’an tu all, eur foul braz a dud en em zastumaz en dro dezhan, hag hen a oa tost d’ar mor.
(22) Hag unan euz a chefou ar sinagog, hanvet Jairus, o veza gwelet anezhan, en em daolaz d’he dreid, (23) hag a bedaz stard anezhan, en eur lavaret : Va merc’h vihan a zo prest da vervel ; deuz da astenn da zaouarn varnezhi, evit ma vezo iac’heet, hag e vevo. (24) Ha Jesus a ieaz ganthan ; hag e oe heulliet gant eur bobl vraz, pehini a waske anezhan.
(25) Neuze eur vaouez, hag a oa klanv gant an dioada abaoe daouzec vloaz, (26) hag he doa souffret kalz etre daouarn meur a vedeusin, hag he doa dispiniet kement he doa, hep kaout soulajamant e-bed, mes kentoc’h en em gavet gwassoc’h c’hoas, (27) o veza klevet komz euz a Jesus, a zeuaz a-ziadre e-touez ar foul hag a douchaz ouz he zae. (28) Rag lavaret a rea ; Mar gellan hep-ken touch ouz he zae, e vezin pare. (29) Ha rag-tal he dioada a ehanaz ; hag e santaz en he c’horf e oa pareet euz he c’hlenved. (30) Kerkent, Jesus oc’h anaoud enhan he-unan ar vertuz a oa eat euz anezhan, a zistroaz e-kreiz ar bobl, en eur lavaret : Piou hen deuz touchet ouz za dillad ? (31) Hag he ziskibien a lavaraz dezhan : Gwelet a rez e wask ar bobl ac’hanoud, hag e leverez : Piou hen deuz touchet diouzin ? (32) Hag e selle en dro dezhan, evit gwelet an hini hen doa great kement-se. (33) Neuze ar vaouez, spountet hag en eur grena, o c’houzoud ar pez a oa bet great enhi, a zeuaz hag en em daolaz d’he dreid, hag a lavaraz dezhan ar wirionez var he hed. (34) Ha Jesus a lavaraz dezhi : Va merc’h, da feiz hen deuz da zaveteet ; kea en peoc’h ha bez pare euz da glenved.
(35) Pa oa c’hoas o komz, e teuaz tud euz a di ar chef euz ar sinagog da lavaret dezhan : Da verc’h a zo maro ; na choum ket pelloc’h da skuiza ar Mestr. (36) Kerkent ha m’hen doe Jesus klevet ar gomz-ze, e lavaraz da chef ar sinagog : Bez hep aoun, cred hep-ken. (37) Ha na bermetaz da zen mond var he lerc’h, nemed da Ber, da Jakes ha da Ian, breur Jakes. (38) O veza erruet en ti ar chef euz ar sinagog, e velaz an drouz vraz a oa ganthe ha tud o wela, hag o crial var bouez ho fen. (39) Hag o veza eat ebarz, e lavaraz, dezhe : Perag e rit-hu an drouz-ze, ha perag e welit-hu ? N’eo ket maro ar bugel, mes kousket hep-ken. (40) Hag e rent goab anezhan ; mes hen, goude beza great dezhe holl mond er meaz, a gemeraz tad ha mam ar bugel, hag ar re a oa assambles ganthan, hag ec’h antreaz el leac’h ma oa gourvezet ar bugel. (41) Hag, o veza kemeret he dorn, e lavaraz dezhi : Talitha coumi ; da lavaret eo : Plac’h vihan, sav, me hen lavar d’id. (42) Ha rag-tal ar plac’h vihan a zavaz hag en em lekeaz da vale, rag daouzec vloaz he doa. Hag e oent souezet meurbed. (43) Hag e c’hourc’hemenaz stard dezhe lakaad evez na ouvezje den kement-se ; hag e lavaraz dezhe rei dezhi da zibri.
ESUS o veza eat achane, a zeuaz d’he vro he-unan, hag he ziskibien a heulliaz anezhan.
(2) Ha pa oe deuet deiz ar sabbat, e commansaz da gelen er sinagog ; ha kalz, o klevet anezhan, a oe souezet meurbed, hag e lavarent : A be leac’h e teu an holl draou-ze d’an den-man ? Petra eo ar furnez ze a zo bet roet dezhan, hag a be leac’h e c’hoarvez ma veler burzudou ker braz great dre he zaouarn ? (3) Ha n’eo ket he-man ar c’halvez, mab Mari, breur Jakes, Joses, Jud ha Simon ? He c’hoarezed ha n’emaint-hi ket aman ganeomp ? Hag e kavent leac’h enhan da veza scandalizet. (4) Mes Jesus a lavaraz dezhe : Eur profet n’ed eo disprizet nemed en he vro, e-touez he gerent hag en he di he-unan. (5) Ha na hellaz ober eno burzud e-bed, nemed ma iac’heaz eun niver bihan a dud klanv, en eur lakaad he zaouarn varnezhe. (6) Hag e oa souezet o velet ne gredent ket ; hag ez eaz dre ar villajennou tro-var-dro, en eur gelen.
(7) Neuze e c’halvaz an Daouzec, hag e commansaz ho c’has daou-ha-daou, hag e roaz dezhe galloud var ar sperejou impur ; (8) hag e tifennaz outhe kemer netra evit an hent, nemed eur vaz hep-ken ; na bissac’h, na bara, nag arc’hant en ho c’houriz ; (9) mes e rankjent mond en hent gant sandalou en ho zreid, hag heb dougen diou zae. (10) Lavaret a reaz ive dezhe : E pe ti-benag ma c’hantreot, choumit enhan bete ma’z eot kuit euz al leac’h-se. (11) Ha piou-benag n’ho tigemoro ket, ha na zelaouo ket ac’hanoc’h, pa’z eot kuit ac’hane, hejit ar boultren euz ho treid en testeni a-enep dezhe. E gwirionez hen lavaran deoc’h, eassoc’h e vezo da Sodom ha da Gomor en deiz ar varn, eged d’ar gear-ze. (12) O veza eat kuit, e prezegjont d’an dud en em gonvertissa, (13) hag e kasjont kuit kalz a zrouk-sperejou, hag ec’h eoljont gant eôl kalz a dud klanv, hag e iac’hejont anezhe.
(14) Hogen, ar roue Herodes a glevaz komz euz a Jesus, rag he hano a oa dija brudet braz, hag e lavaraz : Ar Ian-ze, pehini a vadeze, a zo savet a-douez ar re-varo ; ha se a zo caoz ma veler burzudou great ganthan. (15) Re all a lavare : Elias eo hennes ; ha lod all a lavare : Eur profet eo, pe evel unan euz ar brofeted. (16) Herodes eta, o veza klevet komz divar he ben, a lavaraz : Hennes eo Ian, an hini em euz lakeat da zibenna ; savet eo a-douez ar re varo.
(17) Rag Herodes hen doa kasset tud da gregi e Ian, hag hen doa lakeat he staga er prizon, abalamour da Herodias, greg Philip, he vreur, rag hen a oa dimezet dezhi. (18) Rag Ian a lavare da Herodes : N’eo ket permetet d’id kaout greg da vreur. (19) Rag-se Herodias he doa drouk outhan, hag he doa c’hoant d’hen laza ; (20) mes na helle ket, rag Herodes a zouje Ian, o c’houzoud e oa eun den just ha santel ; respet hen doa evithan ; ober a rea memeus meur a dra hervez he avizou, hag hen selaou a rea gant plijadur. (21) Mes eun dervez favorabl a erruaz. Herodes, da zeiz he c’hanedigez, a reaz eur fest d’ar pennou braz euz he balez, d’he genta officerien, ha d’ar re huella euz a C’halile. (22) Merc’h Herodias a antreaz eno, hag o veza danset, ha plijet da Herodes ha d’ar re a oa azezet ouz taol ganthan, ar roue a lavaraz d’ar plac’h yaouank : Goulen diganen ar pez a giri, hag hen roin d’id. (23) Hag e touaz dezhe : Petra-benag a c’houlenni diganen, me hen roio d’id, ha pa vez an hanter euz va rouantelez. (24) Hag, o veza eat er meaz, hou-man a lavaraz d’he mam : Petra a c’houlennin-me ? Hag he mam a lavaraz : Pen Ian ar Badezour. (25) Hag o veza deuet gant hast da gavoud ar roue, e reaz he goulen, en eur lavaret : Me a fell d’in e rofez breman d’in, en eur plad, pen Ian ar Badezour. (26) Hag ar roue a oe glac’haret braz ; koulskoude, abalamour d’al le hen doa great ha d’ar re a oa azezet assambles ganthan, na fellaz ket dezhan refusi anezhi. (27) Hag ar roue a gassaz kerkent unan euz he warded, hag e c’hourc’hemenaz dezhan digas pen Ian. (28) Ar gward a ieaz, hag a droc’haz he ben dezhan ebarz er prizon ; hag o veza he zigasset en eur plad, e roaz anezhan d’ar plac’h yaouank, hag ar plac’h yaouank, hen roaz d’he mam. (29) Ha diskibien Ian, o veza klevet kement-se, a zeuaz hag a gemeraz he gorf, hag e lekejont anezhan en eur bez.
(30) Hag an ebestel a zeuaz assambles etrezeg Jesus, hag a gontaz dezhan pep tra, kement ho doa great, ha kement ho doa kelennet. (31) Hag e lavaraz dezhe : Deuit a-gostez, en èul leac’h dezert, ha kemerit eun tam repos. Rag kement a dud a oa o tond hag o vond, ma n’ho doa ket zo-ken amzer da zibri. (32) Hag ez ejont ac’hane en eur vag, a-gostez en eul leac’h dizarempred.
(33) Mes ar bobl a velaz anezhe o vond kuit, ha kalz a anavezaz anezhan ; hag e redjont di, var droad, euz an holl geariou, hag o veza en em gavet araog dezhe, en em dastumjont dirazhan. (34) Neuze Jesus, o veza deuet er meaz, a velaz kalz a bobl ; hag hen doe truez outhe, dre ma oant evel denved ha n’ho deuz pastor e-bed ; hag en em lekeaz da ziski kalz a draou dezhe.
(35) Hag evel ma oa dija divezad, he ziskibien a zeuaz d’he gavoud, hag e leverjont dezhan : Al leac’h-man a zo dezert, ha divezad eo dija ; (36) kas anezhe kuit, evit ma’z aint er villajennou hag er bourcou divar dro, hag evit ma prenint bara ; rag n’ho deuz netra da zibri. (37) Hag e lavaraz dezhe : Roit c’houi hoc’h-unan da zibri dezhe. Hag e leverjont dezhan : Ha mond a rankimp-ni da brena evit daou c’hant diner a vara, evit rei dezhe da zibri ? (38) Hag e lavaraz dezhe : Ped bara hoc’h euz-hu ? It ha gwelit. Ha pa ho doe gwelet, e leverjont : Pemp bara ha daou besk. (39) Neuze e c’hourc’hemenaz dezhe ober d’an holl azeza, a vandennou, var ar yeot glaz. (40) Hag ec’h azezjont, a renkajou a gant hag a hanter-kant. (41) Ha Jesus a gemeraz ar pemp bara hag an daou besk, hag, o sevel he zaou-lagad var-zu an env, e rentaz grasou, hag e toraz ar baraou, hag ho roaz d’he ziskibien, evit ho frezanti d’ar bobl ; hag e rannaz ive an daou besk etrezhe holl. (42) Hag e tebrjont holl hag e oent rassaziet ; (43) hag e tastumjont daouzec panerad leun euz an demoranchou bara, hag euz ar pesked. (44) Hogen, ar re ho doa debret euz ar baraou-ze a oa var-dro pemp mil den anezhe.
(45) Kerkent goude, e reaz d’he ziskibien pignad er vag, ha mond en he raog en tu all d’ar mor etrezeg Bethsaida, e-pad ma kasje kuit ar bobl. (46) Ha goude m’hen doe ho c’hasset kuit ez eaz var ar menez da bedi.
(47) Ha pa oe deuet an abardaez, ar vag a oa e-kreiz ar mor, ha Jesus a oa he-unan var an douar. (48) Hag e velaz penaos ho doa kalz a boan o roenvia, dre ma oa an avel control dezhe ; ha var-dro ar bederved beilladen euz an noz, e teuaz etrezeg enhe, o vale var ar mor, ha c’hoant hen doa da veza araog dezhe. (49) Mes int pa veljont anezhan o vale var ar mor, a gredaz penaos e oa eun teuz, hag e commansjont da grial. (50) Rag holl e veljont anezhan, hag e oent spountet ; mes kerkent hen a gomzaz outhe, hag a lavaraz dezhe : Ho pezet fizians, me eo ; n’ho pezet ket aoun. (51) Neuze e pignaz en ho zouez er vag, hag an avel a davaz ; hag e oant souezet meurbed hag en eun estlam euz ar vrassa. (52) Rag n’ho doa ket comprenet miracl ar baraou, dre ma oa ho c’halonou kaledet.
(53) Ha pa ho doe treuzet ar mor, e teujont da vro Jenezaret ; hag e touarjont eno.
(54) Kerkent ha ma oent deuet er meaz euz ar vag, tud ar vro-ze a anavezaz anezhan, (55) hag e redjont dre an holl vro-ze, hag en em lakjont da zigas dezhan var gweleou bihan ar re a oa klanv, e pe leac’h-benag ma klevent e oa. (56) Hag e pe leac’h-benag ma c’hantree, er bourcou, pe er c’heariou, pe var ar meaz, e lekeent an dud klanv var ar plasennou, hag e pedet anezhan ma c’heljent da vihana touch ouz bord he zae ; ha kement hini a douche outhan a oa pareet.
EUZE ar Farizianed hag eun neubeut Scribed, pere a oa deuet euz a Jerusalem, a zeuaz assambles da gavout Jesus ; (2) hag, o velet e tebre lod euz he ziskibien ho boued gant daouarn souillet, da lavaret eo, hep beza gwalc’het, e kavent abec enhe. (3) (Rag ar Farizianed hag an holl Judevien na zebront ket hep beza gwalc’het ho daouarn beteg ho ilin, o terc’hel evel-se tradition ar re goz ; (4) ha pa zeuont euz ar plasou-marc’had, na zebront ket ken neubeut heb beza en em walc’het. Kalz a draou all ho deuz ive pere ho deuz recevet evit ho miret, evel gwalc’hi an tassou, ar podou, al listri-arm hag ar gweleou.) (5) Neuze ar Farizianed hag ar Scribed a c’houlennaz diganthan : Perag da ziskibien-te na heulliont-hi ket tradition ar re goz, hag e kemeront ho boued heb gwalc’hi ho daouarn ?
(6) Hen a respontaz : Hipocrited ma’z oc’h ! Profetiset mad hen deuz Isaias divar ho pen, pa hen deuz lavaret : Ar bobl-man a henor ac’hanoun a vuzellou ; mes ho c’halon a zo gwall bell diouzin. (7) Mes en ven eo ec’h henoront ac’hanoun, o tiski doctrinou pere a zo gourc’hemenou tud. (8) Rag, o lezel gourc’hemen Doue, e virit tradition an dud, o walc’hi ar podou, hag an tassou, hag oc’h ober kalz a draou all euz ar seurt-se.
(9) Lavaret a reaz ive dezhe : Gouzoud a rit mad terri gourc’hemen Doue, evit miret ho tradition ; rag Moises hen deuz lavaret : (10) Henor da dad ha da vam ; ha piou-benag a daolo malloz var he dad pe var he vam ra vezo lakeat d’ar maro ; mes c’houi a lavar : (11) Ia nemed lavaret hen defe eun den d’he dad pe d’he vam : Kement em euz evit galloud da zicour a zo corban, da lavaret eo, eun donezon consacret da Zoue. (12) Ha neuze n’hen lezit mui da ober netra evit he dad pe he vam ; (13) o lakaad evel-se en plas ger Doue ho tradition great ganeoc’h hoc^h unan ; hag e rit c’hoas kalz a draou all euz ar seurt-se.
(14) Neuze, o veza galvet an holl bobl, e lavaraz dezhe : Selaouit holl ac’hanoun, ha comprenit an dra-man : (15) Netra euz a-ziaveaz an den hag a antre enhan, na hell hen souilla ; mes ar pez a zeu er meaz euz anezhan, setu eno ar pez a souil an den. (16) Mar hen deuz unan-benag diou-skouarn da zelaou, ra zelaouo.
(17) Pa oe eat en ti, goude beza kuiteet ar bobl, he ziskibien a interrojaz anezhan divarben ar barabolen-ze. (18) Hag hen a lavaraz dezhe : Daoust ha c’houi ive a zo hep ententamant ? Ha na gomprenit-hu ket penaos kement tra a-ziaveaz hag a antre en den, na hell ket souilla anezhan ? (19) Rag na antre ket er galon, mes er c’hov, a be leac’h e kwez el leac’h distro, o rei da anaoud ez eo disouillet pep seurt boued. (20) Lavaret a rea eta : Ar pez a zeu er meaz euz an den, setu eno ar pez a souil an den. (21) Rag a ziabarz, da lavaret eo, euz a galon an dud, eo e teu ar zonjezonou fall, an avoultriachou, al libertinach, (22) al lazerezou, al laeronsiou, an avaristed, ar fallenteziou, an dromplerez, al lubricite, ar zellou leun a anvi, an drouk-komzou, an ourgouil, ar follentez. (23) An holl viçou-ze a zeu euz an diabarz, hag a souil an den.
(24) Ha goude, o veza eat kuit ac’hane, ez eaz var bord douar Tir ha Sidon ; hag o veza eat en eun ti, e felle dezhan na vije kement-se gouezet gant den e-bed ; mes ne hellaz ket beza kuzet.
(25) Hag eur vreg, hag a oa dalc’het he merc’h gant eur spered impur, o veza klevet komz anezhan, a zeuaz hag en em daolaz d’he dreid. (26) Ar vreg-se a oa Grekes, ginidic euz a Syrophenisia ; hag e pedaz anezban da gas an drouk-spered er meaz euz he merc’h. (27) Ha Jesus a lavaraz dezhi : Lez da genta ar vugale da gaoud ho gwalc’h ; rag n’eo ket deread kemeret bara ar vugale, hag he deurel d’ar chass bihan. (28) Mes hi a respontaz hag a lavaraz : Gwir eo, Aotrou ; koulskoude ar chass bihan a zebr, dindan an daol, bruzunenou ar vugale. (29) Neuze e lavaraz dezhi : Abalamour d’ar gomz-se, kea ; eat eo an drouk-spered er meaz euz da verc’h. (30) Ha pa oe distroet d’he zi, e kavaz e oa eat an drouk-spered kuit, hag he merc’h gourvezet var ar gwele.
(31) Ha Jesus, o veza kuiteet broiou Tir ha Sidon, a zeuaz beteg mor Galile, en eur dremen dre vro Decapolis.
(32) Hag e oe digasset dezhan eun den bouzar, hag a oa dalc’het en he gomz ; hag e pedent anezhan da astenn he zaouarn varnezhan. (33) Hag o veza tennet anezhan a-gostez euz a-greiz ar bobl, e lekeaz he vizied en he ziou-skouarn ; hag o veza kemeret cranch, e touchaz ouz teod an den-ze. (34) Neuze, o sevel he zaou-lagad etrezeg an env, ec’h huanadaz hag e lavaraz dezhan : Effatah, da lavaret eo, Digor. (35) Ha rag-tal he ziou-skouarn a oe digoret, he deod a oe diliammet, hag e komze freaz.
(36) Ha Jesus a zifennaz outhe n’hel lavarjent da zen e-bed ; mes seul-vui ma tifenne outhe, seul-vui e vrudent anezhan. (37) Ha souezet meurbed, e lavarent : Kement holl a ra a zo burzudus ; ar c’hlevet a ro d’ar re vouzar, hag ar gomz d’ar re vud.
N amzer-ze, e oa gant Jesus eur bobl vraz a dud, ha dre n’ho doa netra da zibri, e c’halvaz he ziskibien, hag e lavaraz dezhe : (2) Truez em euz ouz ar bobl-ze, rag tri devez zo dija emaint ganen, ha n’ho deuz tam da zibri. (3) Ha mar kassan anezhe d’ho zi, var iun, e semplint en hent ; rag lod anezhe a zo deuet euz a bell. (4) Hag he ziskibien a respontaz dezhan : A be leac’h ec’h helfet kaout bara da derri ho naoun dezhe aman en dezert ? (5) Hag hen a c’houlennaz diganthe : Ped bara hoc’h euz-hu ? Hag int a lavaraz : Seiz. (6) Neuze e c’hourc’hemenaz d’ar bobl azeza var an douar ; hag, o veza kemeret ar seiz bara, ha rentet grasou, e torraz anezhe, hag ho roaz d’he ziskibien da zistribui ; hag e tistribujont anezhe d’ar bobl. (7) Beza ho doa ive eun neubeut peskedigou ; ha Jesus,' o veza rentet grasou, a lavaraz lakaad anezhe ive dirazhe. (8) Hag e tebrjont hag e oent rassaziet ; hag e oe dastumet seiz panerad euz an tammou choumet a-zilerc’h. (9) Hogen, ar re ho doa debret a oa var-dro pevar mil anezhe ; ha goude ho c’hassaz kuit.
(10) Neuze e pignaz en eur vag gant he ziskibien, hag e teuaz en douarou Dalmanutha.
(11) Hag e teuaz eno Farizianed, pere a gommansaz disput ganthan, en eur c’houlen diganthan, evit he denti, eur miracl-benag euz an env. (12) Ha Jesus, oc’h huanadi doun en he spered, a lavaraz : Perag e c’houlen ar generation-man eur miracl ? E gwirionez hen lavaran deoc’h, na vezo roet hini e-bed dezhi. (13) Hag, o veza lezet anezhe, e pignaz adare er vag, hag e tremenaz en tu-all d’ar mor.
(14) Hogen, an diskibien ho doa ankounac’heet kemer bara ganthe, ha n’ho doa nemed eur bara hep-ken ganthe er vag. (15) Hag e reaz outhe an difen-man : Diwallit-mad ouz goell ar Farizianed, hag ouz goell Herodes. (16) Hag int a rezone etrezhe ho-unan, o lavaret : Abalamour n’hon euz ket a vara eo e komz evel-se. (17) Ha Jesus, oc’h anaoud kement-se, a lavaraz dezhe : Perag e rezonit-hu divarben n’hoc’h euz ket a vara ? Ha c’houi a zo c’hoas hep skiant hag hep comprenezon ? Ha bepred eman dall ho calonou-c’houi ? (18) O kaoud daou-lagad, ha na velit-hu ket ? O kaoud diou-skouarn, ha na glevit-hu ket ? Ha n’hoc’h euz-hu ket a vemor ? (19) Pa doriz ar pemp bara evit ar pemp mil den, ped panerad leun a dammou ho poa hu dastumet ? Int a lavaraz dezhan : Daouzec. (20) Ha pa doriz ar seiz bara evit ar pevar mil den, ped panerad leun a dammou ho poa-hu dastumet ? (21) Int a lavaraz : Seiz. Hag e lavaraz dezhe : Penaos eta na gomprenit-hu ket ?
(22) Ha Jesus o veza deuet da Vethsaida, e oe digasset dezhan eun den dall, hag hen pedjont da douch outhan. (23) Neuze, o veza kemeret dorn an den dall, e kassaz anezhan ganthan er meaz euz ar bourg, hag e lekeaz cranch var he zaou-lagad, ha goude beza astennet he zaouarn varnezhan, e c’houlennaz diganthan hag hen a vele eun dra-benag. (24) Hag an dall, o sellet, a lavaraz ; Gwelet a ran tud o vale hag a zo henvel ouz gwez. (25) Jesus a lekeaz c’hoas he zaouarn var he zaou-lagad, hag a lavaraz dezhan sellet ; hag e oe pareet, hag e vele sclear anezhe holl. (26) Hag e kassaz anezhan d’he di, en eur lavaret dezhan : Diwall da vond d’ar bourg, na da lavaret kement-man da zen e-bed euz ar bourg.
(27) Ha Jesus a ieaz ac’hane gant he ziskibien da villajennou Cezare-Philip ; ha var an hent ec’h interroje he ziskibien, o c’houlen diganthe : Piou oun-me, hervez lavar an dud ? (28) Int a respontaz : Darn a lavar ez oud Ian ar Badezour ; ha darn all, Elias ; ha darn all unan euz ar brofeted. (29) Hag hen a lavaraz dezhe : Ha c’houi, piou a livirit-hu ez oun- me ? Per a respontaz, hag a lavaraz dezhan : Te eo ar C’hrist. (30) Hag e tifennaz stard outhe lavaret da zen e-bed an dra-man divar he ben.
(31) Neuze e commansaz discleria dezhe e oa red da Vab an den souffr kalz, beza nac’het gant ar re Ancien, prinsed ar veleien hag ar Scribed, beza lakeat d’ar maro, ha resussita tri deiz goude. (32) Komz a rea freaz var an traou-ze. Neuze Per, o kemer anezhan a-gostez, a gommansaz d’hen repren. (33) Mes Jesus, o veza distroet hag o sellet ouz he ziskibien, a reprenaz Per, en eur lavaret dezhan : Tec’h kuit diouzin, Satan ; rag da zonjezonou n’emaint ket en traou hag a zell ouz Doue, mes er re a zell ouz an dud.
(34) Hag, o veza galvet ar bobl gant he ziskibien, e lavaraz dezhe : Mar fell da unan-benag dond var va lerc’h, ra zeui da renons dezhan he-unan, ra zougo he groaz, ha ra heullio ac’hanoun. (35) Rag piou-benag a fello dezhan savetei he vuez, he c’hollo ; mes piou-benag a gollo he vuez abalamour d’in ha d’an Aviel, hennes a zaveteo anezhi. (36) Rag petra a dalfe da eun den gounid ar bed holl, mar teufe da goll he ene ? (37) Pe petra a helfe eun den da rei evit rançon d’he ene ? (38) Rag piou-benag hen devezo bet mez ac’hanoun hag euz va c’homzou, e-touez ar raç-tud avoultr ha pec’her-man, Mab an den hen devezo ive mez anezhan, pa zeui en gloar he Dad gant an elez santel.
AVARET a reaz ive dezhe : E gwirionez e lavaran deoc’h, bez’ ez euz hinienou aman prezant, ha na varvint ket ken ho devezo gwelet rouantelez Doue o tond gant galloud.
(2) C’houec’h devez goude, Jesus a gemeraz ganthan Per, Jakes ha Ian, hag ho c’hassaz assambles ganthan a-gostez var eur menez huel ; hag e oe transfiguret dirazhe. (3) He zillad a zeuaz da veza lugernus, gwenn evel an erc’h, ker gwenn ken n’euz kandier e-bed var an douar a helfe renta ker gwenn-ze. (4) Hag e veljont dirazhe Elias ha Moises, pere a gomze gant Jesus. (5) Neuze Per, o komz ouz Jesus, a lavaraz : Mestr, aman eo mad deomp choum ; greomp teir danten, unan evidoud, unan evit Moises, hag unan evit Elias. (6) Rag na ouie ket petra a lavare, dre ma oant spountet braz. (7) Hag e teuaz eur goabren hag a c’holoaz anezhe : hag eur vouez a zeuaz euz ar goabren, hag a lavaraz : He-man eo va Mab muia-karet, selaouit anezhan. (8) Ha kerkent o veza sellet en dro dezhe, na veljont mui den ganthe nemed Jesus hep-ken.
(9) Ha pa oant o tisken divar ar menez, e tifennaz outhe lavaret da zen ar pez ho doa gwelet, ken a vije resussitet Mab an den a-douez ar re varo. (10) Hag e talc’hjont ar gomz-se, o c’houlen an eil digant egile petra a zinifie resussita a-douez ar re varo.
(11) Hag ec’h interrojent anezhan, en eur lavaret : Perag e lavar ar Scribed ez eo red e teufe Elias da genta ? (12) Hen a respontaz : Gwir eo penaos Elias a dle dond da genta hag e reizo a-nevez an holl draou ; ha penaos Mab an den, hervez ma’z eo scrivet divar he ben, a dle souffr kalz, ha beza disprizet. (13) Mes hen lavaret a ran deoc’h, Elias a zo deuet dija, evel ma’z eo scrivet divar he ben, ha great ho deuz dezhan kement a felle dezhe.
(14) Hag, o veza deuet etrezeg an diskibien all, e velaz eur bobl vraz en dro dezhe, ha Scribed o tisput ganthe. (15) Ha rag-tal, evel ma velaz an holl bobl-ze anezhan, e oent souezet braz, hag o tiredec, e saludjont anezhan. (16) Neuze e c’houlennaz digant ar Scribed : Divarben petra e tisputec’h-hu ganthe ? (17) Hag unan euz ar bobl, o komz, a lavaraz : Mestr, digasset em euz d’id va mab pehini a zo dalc’het gant eur spered mud. (18) E pe leac’h-benag ma ve pa grog enhan, e vez stlapet d’an douar ganthan ; ne ra nemed eonenni, skrigna he zent, ha dizec’ha ; hag em euz pedet da ziskibien d’hen kas kuit ; mes n’ho deuz ket gallet. (19) Neuze Jesus a respontaz dezhe : O raç incredul, pegeit e choumin-me ganeoc’h ? pegeit e supportin-me ac’hanoc’h ? Digassit-hen d’in. (20) Int eta hen digassaz dezhan; ha kerkent ha ma velaz Jesus, ar spered a zifretaz anezhan gant nerz, hag e kwezaz d’an douar, hag en em rullie oc’h eonenni. (21) Neuze Jesus a c’houlennaz digant he dad : Pegeit amzer a zo abaoe ma c’hoarvez kement-man ganthan ? An tad a lavaraz : Adaleg he vugaleach. (22) Hag alies hen deuz ar spered-se taolet anezhan en tan hag en dour, evit hen lakaad da berissa mes mar gellez eun dra-benag, sicour ac’hanomp ha kemer truez ouzomp. (23) Jesus a lavaraz : Mar gellez credi, pep tra a zo possubl d’an hini a gred. (24) Ha rag-tal tad ar bugel a griaz hag a lavaraz, en eur wela: Cridi a ran, Aotrou, sicour ac’hanoun em incredulite. (25) Ha pa velaz Jesus penaos e tirede ar bobl assambles, e c’hourdrouzaz ar spered impur, en eur lavaret dezhan : Spered mud ha bouzar, me a c’hourc’hemen d’id, kea er meaz euz ar bugel-ze, ha na antre mui enhan. (26) Hag ar spered a zortiaz en eur leuskel eur griaden vraz hag en eur hija anezhan gant nerz ; hag ar bugel a zeuaz da veza evel maro, en hevelep doare ma lavare meur a hini : Maro eo. (27) Mes Jesus, o kemeret he zorn, a reaz dezhan sevel ; hag e choumaz en he za.
(28) Pa oe eat Jesus en ti, he ziskibien a c’houlennaz diganthan a-gostez : Perag n’hon euz-ni ket gallet kas kuit an drouk-spered-se ? (29) Hag hen a respontaz dezhe : Ar seurt drouk-sperejou-ze na hellont beza kasset kuit nemed dre ar beden ha dre ar iun.
(30) Hag o veza eat ac’hane, e treuzjont ar Galile ; ha Jesus na fellaz ket dezhan e vije gouezet kement-man gant den. (31) Koulskoude e kelenne he ziskibien, hag e lavare dezhe : Mab an den a ia da veza livret etre daouarn an dud, hag e lakaint anezhan d’ar maro; mes goude ma vezo bet lakeat d’ar maro, e resussito an trede deiz. (32) Mes int na gomprenent ket ar gomz-se ; ha ne gredent ket goulen diganthan.
(33) Dond a reaz goude-ze da Gapernaum, ha pa edo en ti, e c’houlennaz diganthe : Divarben petra e tisputec’h-hu etrezoc’h en hent ? (34) Mes int a dave ; rag disputet ho doa etrezhe en hent, evit gouzoud piou anezhe a vije ar brassa. (35) Hag hen, o veza azezet, a c’halvaz an daouzec hag a lavaraz dezhe : Mar fell da unan-benag beza ar c’henta, e vezo an diveza euz an holl, ha servicher an holl. (36) Hag o veza kemeret eur bugel bihan, e lekeaz anezhan en ho c’hreiz ; hag, o terc’hel anezhan etre he zivrec’h, e lavaraz dezhe ; (37) Piou-benag a receo unan euz ar vugaligou-man em hano, a receo ac’hanoun ; ha piou-benag a receo ac’hanoun, n’eo ket me eo a receo, mes an hini hen deuz va digasset.
(38) Neuze Ian, o komz outhan, a lavaraz : Mestr, gwelet hon euz eun den ha na heul ket ac’hanomp, o kas kuit an drouk-sperejou en da hano, hag hon euz difennet outhan ober kement-se, abalamour ne heul ket ac’hanomp. (39) Mes Jesus a lavaraz : Na zifennit ket outhan ; rag n’euz den hag a ra burzudou em hano, hag a helfe kerkent drouk-komz ac’hanoun. (40) Rag an hini n’ema ket a-enep deomp, a zo evidomp. (41) Ha piou-benag a roio deoc’h da eva eur verennad dour em hano, abalamour ma’z oc’h d’ar C’hrist, e gwirionez hen lavaran deoc’h, na gollo ket he recompans ; (42) mes piou-benag a roio gwall exempl da unan euz ar re vihan-ze pere a gred enoun, gwelloc’h e vez dezhan e vez staget ouz he c’houzoug eur mean milin, hag e vez taolet er mor.
(43) Mar gra da zorn d’id kweza er pec’hed, troc’h anezhan ; gwell eo d’id antren monz er vuez, eget kaout da zaou zorn, ha mond en ifern, en tan ha na varvo biken, (44) e pe leac’h ho freon na varv ket, hag an tan ne voug ket. (45) Ha mar gra da droad d’id kweza er pec’hed, troc’h anezhan ; gwell eo d’id antren er vuez, o kaoud eun troad hep-ken, eget kaoud da zaou droad, ha beza taolet en ifern, en tan ha na varv, ket, (46) e pe leac’h ho freon na varv ket, hag an tan ne voug ket. (47) Ha mar gra da lagad d’id kweza er pec’hed, difram anezhan ; gwell eo d’id antren en rouantelez Doue, o kaoud eul lagad kep-ken, eget kaoud daou-lagad, ha beza taolet en eun ifern a dan (48) e pe leac’h ho freon na varv ket, hag an tan ne voug ket.
(49) Rag pep den a vezo sallet gant tan ; ha pep sacrifis a vezo sallet gant holen. (50) Eun dra vad eo an holen ; mes mar deu an holen da goll he vlaz, gant petra e sallot-hu anezhan ? (51) Ho pezet holen enoc’h hoc’h-unan, ha bezit en peoc’h etrezoc’h.
ESUS, o veza eat kuit ac’hane, a zeuaz var bord ar Jude, a-hed ar Jourdan ; hag ar bobl en em zastumaz c’hoas var he dro, hag hervez he gustum, e kelennaz anezhe adare.
(2) Neuze ar Farizianed a dostaaz outhan hag a c’houlennaz diganthan, evit hen amprouv : Ha permetet eo da eun den kas kuit he vreg ? (3) Hen a respontaz hag a lavaraz dezhe : Petra a zo bet gourc’hemenet deoc’h gant Moises ? (4) Int a lavaraz dezhan : Moises hen deuz permetet ober eur scrid a zivors hag he c’has kuit. (5) Ha Jesus, o respont, a lavaraz dezhe : Abalamour d’ar galeder euz ho calonou eo hen deuz Moises scrivet deoc’h ar gourc’hemen-ze. (6) Mes er pen-kenta euz ar grouidigez, Doue a reaz eur goaz hag eur vaouez hep-ken. (7) Abalamour da ze e tilezo an den he dad hag he vam, hag en em roio d’he vreg ; (8) hag ho daou ne vezint nemed eur c’hig hep-ken ; evel-se n’ed int mui daou, mes eur c’hig hep-ken. (9) Arabad eo eta d’an den dispartia ar pez a zo unanet gant Doue.
(10) Hag ebarz an ti, he ziskibien hen interrojaz adare divarben ar memeus tra ; (11) hag e lavaraz dezhe : Piou-benag a gasso kuit he vreg hag a gemero unan all, a ra eun avoultriach en he c’henver ; (12) ha mar deu eur vreg da guitaad he ozac’h, ha mar timez da unan all, e ra avoultriach.
(13) Neuze e oe digasset dezhan bugale vihan, evit ma touchje outhe ; mes an diskibien a c’hourdrouze ar re ho digasse. (14) Ha Jesus, o velet kement-se, a oe indiniet, hag a lavaraz dezhe : Lezit ar vugaligou da zond d’am c’havout, ha na virit ket outhe ; rag rouantelez Doue a zo evit ar re a zo henvel outhe. (15) E gwirionez hen lavaran deoc’h, piou-benag na recevo ket rouantelez Doue evel eur bugel bihan, na antreo ket enhi. (16) Hag o veza ho c’hemeret etre he zivrec’h, ec’h astennaz he zaouarn varnezhe hag ho bennigaz.
(17) Ha pa oa o vond er meaz evit en em lakaad en hent, eun den a ziredaz, hag a zaoulinaz dirazhan, en eur c’houlen diganthan : Mestr mad, petra a dlean-me da ober evit herita ar vuez eternel ? (18) Jesus a lavaraz dezhan : Perag em galvez-te mad ? N’euz hini mad e-bed, nemed Doue hep-ken. (19) Anaoud a rez ar gourc’hemenou : Na ra ket a avoultriach ; na laz ket ; na laer ket ; na lavar ket a desteni faos ; na ra gaou e-bed ouz den ; henor da dad ha da vam. (20) Hen a respontaz : Mestr, miret em euz an holl draou-ze adaleg va yaouankiz. (21) Ha Jesus, o sellet outhan, hen karaz hag a lavaraz dezhan : Mankoud a ra d’id eun dra : Kea, gwerz kement ec’h euz, ha ro-hen d’ar beorien, hag ez pezo eun tenzor en env ; neuze deuz, doug da groaz hag heul ac’hanoun. (22) Mes he-man en em gavaz nec’het gant ar gomz-se, hag ez eaz kuit gwall drist, rag madou braz hen doa.
(23) Neuze Jesus, o sellet en dro dezhan, a lavaraz d’he ziskibien : Pegen dies eo d’ar re ho deuz madou antren en rouantelez Doue ! (24) Hag he ziskibien a oe souezet gant ar c’homzou-ze. Mes Jesus, o komz outhe, a lavaraz : Va bugale, pegen dies eo d’ar re a laka ho fizians er madou antren en rouantelez Doue ! (25) Ezetoc’h eo da eur c’hanval tremen dre graouen eun nadoz, eged da eun den pinvidic antren en rouantelez Doue. (26) Hag e oent c’hoas muioc’h souezet, hag e lavarent an eil d’egile : Piou eta a hell beza salvet ? (27) Mes Jesus, o sellet outhe, a lavaraz : Kement-se a zo impossubl d’an dud, mes n’eo ket impossubl da Zoue ; rag pep tra a zo possubl da Zoue.
(28) Neuze Per a gommansaz lavaret dezhan : Setu, ni hon euz dilezet pep tra, hag hon euz heulliet ac’hanoud. (29) Ha Jesus a respontaz : E gwirionez e lavaran deoc’h, penaos n’euz den hag hen deuz dilezet ti, pe vreudeur, pe c’hoarezed, pe tad, pe vam, pe vreg, pe vugale, pe douarou, abalamour d’in ha d’an Aviel, (30) ha na recevo divar vreman, en amzer a zo o ren, kant gwech kemend all a diez, a vreudeur,a c’hoarezed, a vammou, a vugale, a zouarou, gant persecutionou ; hag, er bed da zond, ar vuez eternel. (31) Mes kalz euz ar re genta a vezo an diveza, hag ar re ziveza a vezo ar re genta.
(32) Hogen, evel ma oant en hent, o pignad da Jerusalem, Jesus a iea araog dezhe ; hag e oant spountet, hag ho doe aoun en eur vond var he lerc’h. Ha Jesus, o kemeret adare an daouzec a-gostez, a gommansaz lavaret dezhe ar pez a dlie c’hoarvezout ganthan. (33) Setu, e pignomp da Jerusalem, ha Mab an den a vezo livret da brinsed ar veleien ha d’ar Scribed, hag e condaonint anezhan d’ar maro, hag e livrint anezhan d’ar Jentiled. (34) Ober a raint goab anezhan, hag e skourjezint anezhan, hag e cranchint ouz he vizach, hag hen lakaint d’ar maro ; mes an trede deiz e resussito.
(35) Neuze Jakes ha Ian, mibien Zebede, a zeuaz d’he gavoud en eur lavaret : Mestr, ni a garfe e rafez deomp ar pez a c’houlennimp. (36) Hag hen a lavaraz dezhe : Petra a fell deoc’h a rafen deoc’h ? (37) Int a lavaraz dezhan : Accord deomp ma vezimp azezet unan a-zeo, hag egile a-gleiz d’id, en da c’hloar. (38) Jesus a lavaraz dezhe : Na ouzoc’h ket petra a c’houlennit. Ha gallout a hellit-hu eva ar c’halir a dlean-me da eva, ha beza badezet gant ar vadiziant gant pehini e tlean beza badezet ? (39) Hag e leverjont dezhan : Gallout a reomp. Ha Jesus a lavaraz dezhe : Eva a reot evit-gwir ar c’halir a dlean da eva, ha badezet e veot gant ar vadiziant gant pehini e tlean beza badezet ; (40) mes evit beza azezet a-zeo pe a-gleiz d’in, n’eo ket d’in-me eo hen rei, nemed d’ar re evit pere eo preparet kement-se.
(41) An deg all, o veza klevet kement-se, a zavaz droug enhe ouz Jakes ha Ian. (42) Mes Jesus, o veza galvet anezhe, a lavaraz dezhe : Gouzoud a rit penaos ar re a dremen evit mistri var an nationou a zav varnezhe ; ha penaos ar re vraz ho deuz otorite varnezhe. (43) Mes na vezo ket evel-se en ho touez ; er c’hontrol, piou-benag a fello dezhan beza ar brassa en ho touez, a vezo ho servicher. (44) Ha piou-benag ac’hanoc’h a fello dezhan beza ar c’henta en ho touez, a vezo esclav d’an holl. (45) Rag Mab an den n’eo ket deuet evit beza servichet, mes evit servicha, hag evit rei he vuez da rançon evit kalz.
(46) Ha goude e teujont da Jerico ; hag evel ma’z ea kuit euz a Jerico gant he ziskibien ha kalz a dud, mab Time, Bartime, an dall, a oa azezet var bord an hent, o c’houlen an aluzen. (47) Hag, o veza klevet e oa Jesus a Nazaret an hini a oa o tremen, e commansaz da grial, ha da lavaret : Jesus, Mab David, bez truez ouzin ! (48) Ha meur a hini a c’hourdrouze anezhan, evit ober dezhan tevel ; mes hen a grie c’hoas krenvoc’h : Mab David, bez truez ouzin ! (49) Ha Jesus, o choum en he za, a lavaraz gervel anezhan. Gervel a rejont eta an den dall, hag e leverjont dezhan : Kemer courach, sav, gervel a ra ac’hanoud. (50) Hag, o teurel kuit he vantel, e savaz hag e teuaz da gavout Jesus. (51) Neuze Jesus, o komz outhan, a lavaraz : Petra a fell d’id a rafen evidoud ? Hag an dall a respontaz : Aotrou, ma kavin ar gwelet. (52) Ha Jesus a lavaraz dezhan : Kea, da feiz hen deuz da iac’heet. Ha kerkent e kavaz ar gwelet, hag ec’h heullie Jesus en hent.
VEL ma tostaent ouz Jerusalem, ouz Bethfaje ha Bethani, tost da venez Olived, Jesus a gassaz daou euz he ziskibien, hag a lavaraz dezhe : (2) It d’ar villajen a zo dirazoc’h ; ha kerkent ha ma veot eat enhi, e kefot eun azen yaouank stag, var behini n’eo c’hoas pignet den ebed ; distagit-hen, ha digassit-hen d’in-me. (3) Ha mar lavar unan-benag deoc’h : Perag e rit-hu an dra-ze ? livirit penaos an Aotrou hen deuz ezom anezhan, ha kerkent e tigasso anezhan aman.
(4) Mond a rejont eta, hag e kavjont an azen yaouank stag e-tal an nor er meaz, en eur c’hroaz-hent ; hag e tistagjont anezhan. (5) Hag hinienou euz ar re a oa eno a lavaraz dezhe : Perag e tistagit-hu an azen yaouank-se ? (6) Hag e leverjont dezhe evel m’hen doa gourc’hemenet Jesus ; hag e lezjont anezhe da vond. (7) Hag e tigasjont an azen yaouank da Jesus, hag e lekejont ho dillad varnezhan, ha Jesus a bignaz var he gein.
(8) Ha kalz a astenne ho dillad var an hent, ha re all a droc’he brancou-gwez, hag ho zaole var an hent. (9) Hag ar re a iea araog, hag ar re a zeue var lerc’h, a grie : Hosanna ! benniget ra vezo an hini a zeu en hano an Aotrou ! (10) Benniget ra vezo rouantelez hon tad David a zeu en hano an Aotrou ! Hosanna en huella euz an envou !
(11) Jesus a antreaz evel-se en Jerusalem, hag en templ ; hag o veza sellet tro-var-dro ouz pep tra, evel ma oa dija divezad, ez eaz da Vethani gant an daouzec.
(12) An deiz var lerc’h, evel ma’z eant er meaz euz a Vethani, e teuaz naoun dezhan. (13) Hag o velet a-ziabell eur vezen-fiez hag he doa deliou, ez eaz da velet hag hen a gavche eun dra-benag enhi ; mes pa dostaaz outhi, ne gavaz netra nemed deliou ; rag ne oa ket amzer ar fiez. (14) Neuze Jesus, o komz, a lavaraz : Biken den na zebro frouezen e-bed ac’hanoud. Hag he ziskibien a glevaz kement-se.
(15) Dond a rejont goude da Jerusalem ; ha Jesus, o veza eat en templ, a gommansaz da gas er meaz ar re a oa o verza hag o prena ebarz en templ, hag e tiskaraz taoliou ar chenchourien arc’hant, ha kadoriou ar re a verze coulmed. (16) Ha na bermete da zen dougen bessel e-bed dre an templ. (17) Hag e kelenne anezhe, en eur lavaret : Ha n’ed eo ket scrivet : Va zi a vezo galvet eun ti a beden evit an holl nationou ? mes c’houi hoc’h euz great anezhan eur c’havern laeron.
(18) Ar Scribed ha prinsed ar veleien, o veza klevet kement-se, a glaske penaos ec’h heljent distruja anezhan ; rag aoun ho doa a-razhan, abalamour ma oa an holl bobl en admiration euz he zoctrin.
(19) Pa oe deuet an abardaez, Jesus a ieaz er meaz euz a gear.
(20) Ha deuz ar mintin, evel ma tremenent, he ziskibien a velaz ar vezen-fiez sec’het beteg he griziou. (21) Neuze Per, a deuaz sonj dezhan euz ar pez a oa bet c’hoarvezet, hag a lavaraz dezhan : Mestr, setu ar vezen-fiez var behini ec’h euz taolet da valloz, a zo dizec’het. (22) Ha Jesus, o respont, a lavaraz dezhe : Ho pezet feiz en Doue ; (23) rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, piou-benag a lavaro d’ar menez-ze : Sav alese, hag en em daol er mor, hep doueti en he galon, mes en eur gredi penaos e c’hoarvezo kement a lavar ; great e vezo dezhan kement hen devezo lavaret. (24) Rag-se me a lavar deoc’h ; Kement a c’houlennot en eur bedi, credit penaos e recevot anezhan ; hag e vezo roet deoc’h.
(25) Mes, pa deuot da bedi, mar hoc’h euz eun dra-benag a-enep uuan-benag, pardonit dezhan evit ma teuio ive ho Tad pehini a zo en env, da bardoni deoc’h hoc’h offansou. (26) Mes ma na bardonit ket, ho Tad pehini a zo en env na bardono ket ken neubeud deoc’h hoc’h offansou.
(27) Neuze e teujont adare da Jerusalem ; hag evel ma oa o vale en templ, prinsed ar veleien, ar Scribed hag ar re Ancien a zeuaz d’he gavoud, hag e leverjont dezhan : (28) Dre be otorite e rez-te an traou-ze, ha piou hen deuz roet d’id an otorite-ze da ober ar pez a rez ? (29) Jesus a respontaz, hag a lavaraz dezhe : Eun dra a c’houlennin ive diganeoc’h, respontit d’in, hag e livirin deoc’h dre be otorite e ran an traou-man. (30) Badiziant Ian, hag euz an env e oa, pe otramant euz an dud ? Respontit d’in. (31) Hogen, int a rezone enhe ho-unan, en eur lavaret : Mar leveromp : Euz an env ; e lavaro : Perag eta n’hoc’h euz-hu ket credet dezhan ? (32) Ha mar leveromp : Euz an dud ; e toujomp ar bobl ; rag an holl a grede e oa Ian eur gwir brofet. (33) Neuze e respontjont da Jesus : Na ouzomp ket. Ha Jesus a respontaz dezhe : Ha me, na lavarin ket deoc’h kenneubeud dre be otorite e ran an traou-man.
ESUS a gommansaz neuze da gomz outhe dre barabolennou : Eun den, emezhan, a blantaz ew winien, a lekeaz eur c’harz en-dro dezhi, a doullaz enhi eur plas evit eur waskerez, hag a zavaz eun tour, ha goude beza he roet en feurm da verourien, ez eaz kuit. (2) Pa oe erru amzer ar frouez, e kassaz eur mevel etrezeg ar verourien, evit receo digant ar verourien frouez euz ar winien. (3) Mes, o veza croget enhan, e kannjont anezhan, hag her c’hasjont kuit en goullo. (4) Kas a reaz dezhe c’hoas eur servicher all ; mes int a sklapaz mein outhan, hag e c’hloazjont anezhan en he ben, hag her c’hasjont kuit, goude beza hen tretet gant dismegans. (5) Hag e kassaz c’hoas unan all hag a oe lazet ganthe, ha kalz a re all, a bere lod a oe kannet ha lod all lazet. (6) Er fin, o veza m’hen doa c’hoas eur mab hag a garie meurbed, e kassaz anezhan dezhe an diveza, en eur lavaret : Douja a raint d’am mab. (7) Mes ar verourien-ze a lavaraz etrezhe : He-man eo an heritour ; deuit, lazomp anezhan, hag he heritach a vezo deomp-ni. (8) Hag, o veza croget enhan, e lakjont anezhan d’ar maro, hag e taoljont anezhan er meaz euz ar winien. (9) Petra a rai eta aotrou ar winien ? Dond a rai, hag e tistrujo ar verourien-ze, hag e roio ar winien da dud all. (10) Ha n’hoc’h euz-hu ket lennet ar gomz-man euz ar Scritur : Ar mean a oa bet taolet a-gostez gant ar re a oa o vatissa, a zo deuet da veza ar c’henta mean-corn ? (11) An Aotrou eo hen deuz great kement-se, hag eun dra souezus eo d’hon daou-lagad.
(12) Neuze e klaskjont cregi enhan ; rag anaoud a reant ervad hen doa lavaret ar barabolen-ze a-enep dezhe ; mes, o veza m’ho doa aoun rag ar bobl, e lezjont anezhan, hag ez ejont kuit.
(13) Goude-ze e kasjont dezhan darn euz ar Farizianed hag euz an Herodianed, evit tapoud anezhan en he gomzou. (14) O veza eta deuet d’he gavoud, e leverjont dezhan : Mestr, gouzoud a reomp ez oud gwirion, ha penaos ne glaskez plijoud da zen e-bed ; rag na zellez ket ouz apparans an dud, mes diski a rez hent Doue hervez ar wirionez. Ha permetet eo paea an tribut da Cezar, pe n’eo ket ? Ha paea a raimp-ni, pe na baeimp ket ? (15) Mes hen, oc’h anaoud ho hipocrizi, a lavaraz dezhe : Perag e tentit-hu ac’hanoun ? Dïgassit d’in eun diner, evit ma her gwelin. (16) Hag e tigasjont dezhan unan. Neuze e lavaraz dezhe : Imach piou, hag hano piou eo ar re-man ? Hag e leverjont dezhan : Re Cezar. (17) Ha Jesus a respontaz dezhe : Rentit eta da Cezar ar pez a zo da Cezar, ha da Zoue ar pez a zo da Zoue. Hag e oent souzet braz ganthan.
(18) Neuze ar Saduseed, pere a lavar n’euz ket a resurrection, a zeuaz d’he gavoud, hag a interrojaz anezhan, o lavaret :
(19) Mestr, Moises hen deuz gourc’hemenet deomp mar marv breur unan-benag, ha mar lez he vreg hep bugale, e ranko he vreur kemeret an intanvez evit sevel lignez d’he vreur. (20) Hogen, bez’ e oa seiz breur. Ar c’henta a gemeraz eur vreg, hag a varvaz hep lezel bugale. (21) An eil a zimezaz dezhi, hag a varvaz ive, hep lezel bugel e-bed. Hag an trede en hevelep doare. (22) Ho seiz e timezjont dezhi, ha na lezjont ket a vugale. Hag ar vreg a varvaz ive, an diveza anezhe holl. (23) Er resurrection eta, pa resussitint, da behini euz ar re-man e vezo-hi greg ? rag ho seiz ho deuz bet anezhi evit pried.
(24) Ha Jesus a respontaz, hag a lavaraz dezhe : Ha n’oc’h-hu ket en errol, dre na anavezit ket ar Scrituriou, na galloud Doue ? (25) Rag pa vezo ar resurrection, ar oazed na gemerint ket a c’hragez, nag ar gragez priejou ; mes beza e vezint evel an elez a zo en env. (26) Hag, evit ar pez a zell resurrection ar re varo, ha n’hoc’h euz-hu ket lennet e levr Moises, penaos Doue a gomzaz outhan er voden-spern, en eur lavaret : Me eo Doue Abraham, Doue Isaac, ha Doue Jacob ? (27) Doue n’eo ket Doue ar re varo ; mes Doue ar re veo. Rag-se emoc’h en eun errol vraz meurbed.
(28) Neuze unan euz ar Scribed, hag hen doa klevet anezhe o tisput, o velet hen doa respontet mad dezhe, a dostaaz hag a c’houlennaz diganthan : Pehini eo ar c’henta euz an holl gourc’hemenou ? (29) Jesus a respontaz dezhan : Ar c’henta euz an holl gourc’hemenou eo he-man : Selaou, Israel, n’ed euz nemed eun Aotrou, pehini eo an Aotrou, hon Doue. (30) Karoud a ri an Aotrou da Zoue euz da holl galon, euz da holl ene, euz da holl spered, hag euz da holl nerz. Hennes eo ar c’henta gourc’hemen. (31) Ha setu aman an eil pehini a zo henvel outhan : Karoud a ri da nessa eveld’oud da-unan. N’euz gourc’hemen all e-bed brassoc’h eged ar re-man.
(32) Hag ar Scrib a respontaz dezhan : Mestr, komzet mad ec’h euz, ha gant gwirionez ec’h euz lavaret penaos n’euz nemed eun Doue hep-ken, ha penaos n’euz Doue all e-bed nemethan ; (33) ha penaos he garoud euz a greiz ar galon, euz an holl spered, euz an holl ene, hag euz an holl nerz, ha karoud hon nessa eveld’omp hon-unan, a zo mui eged an holl offransou devet, hag an holl sacrifisou. (34) Jesus, o velet hen doa respontet gant furnez, a lavaraz dezhan : N’oud ket pell euz a rouantelez Doue. Ha den na grede mui interroji anezhan.
(35) Hag evel ma oa Jesus o kelen en templ, e lavaraz : Penaos e lavar ar Scribed ez eo ar C’hrist mab da Zavid ? (36) Rag David he-unan hen deuz lavaret dre ar Spered-Santel : An Aotrou hen deuz lavaret d’am Aotrou : Azez a-zeo d’in, bete ma likiin da inimied da scabel dindan da dreid. (37) Pa’z eo gwir eta David he-unan a c’halv anezhan Aotrou, penaos ec’h hell hen beza he vab ? Hag eur bobl vraz a gemere plijadur o selaou anezhan.
(38) Lavaret e rea dezhe c’hoas, en he gelennadurez : Diwallit ouz ar Scribed pere a gar pourmen gant zaeou hir, ha beza saludet er plasennou public ; (39) hag a gar ar c’hadoriou kenta er sinagogou, hag ar plasou kenta er festou, (40) pere a zevor tiez an intanvezed, hag evit digarez a ra pedennou hir ; ar re-man ho devezo eur gondaonation vrassoc’h.
(41) Ha Jesus, o veza azezet dirag ar c’hef, a zelle penaos e taole ar bobl arc’hant er c’hef, (42) ha kalz a dud pinvidic a daole kalz enhan. Dond a reaz ive eun intanvez paour, pehini a daolaz ebarz daou bezic arc’hant pere a ra eul Hard. (43) Neuze, o veza galvet he ziskibien, e lavaraz dezhe : E gwirionez e lavaran deoc’h : an intanvez paour-ze he deuz taolet ebarz ar c’hef muioc’h eged ar re all holl. (44) Rag holl ho deuz taolet ebarz euz ar pez ho doa a re ; mes hou-man he deuz taolet ebarz euz ar pez a oa necesser dezhi, kement a oa choumet ganthi evit beva.
A oa Jesus o vond er meaz euz an templ, unan euz he ziskibien a lavaraz dezhan : Mestr, sell pebez mein ha pebez edifisou kaer ! (2) Ha Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhan : Gwelet a rez-te an edifisou kaer-ze ; na vezo lezet mean var vean hep na vezo diskaret.
(3) Ha pa edo azezet var menez Olived, dirag an templ, Per, Jakes, Ian hag Andre a reaz a-gostez ar goulen-man diganthan : (4) Lavar deomp peur e c’hoarvezo an traou-ze, ha dre be seurt sin e vezo gouezet ez int prest da erruout ? (5) Ha Jesus, o respont, a gommansaz lavaret : Diwallit na zeufe den d’ho trompla. (6) Rag dond a rai kalz em hano hag a lavaro : Me eo ar C’hrist ; ha kalz a vezo tromplet ganthe. (7) Hogen, pa glevot komz a vrezel hag a vrud-brezel, na vezit ket troublet ; rag red eo da gement-se c’hoarvezout ; mes ne vezo ket c’hoas ar fin. (8) Rag sevel a rai eur bobl a-enep eur bobl all, hag eur rouantelez a-enep eur rouantelez all ; ha beza e vezo krenamanchou-douar e meur a leac’h ha kernez, ha trubuil. An traou-ze a zo ar gommansamant euz ar poaniou.
(9) Mes likit evez ouzoc’h hoc’h-unan ; rag kas a raint ac’hanoc’h dirag an tribunaliou hag ar sinagogou ; skourjezet e viot, ha kasset abalamour d’in dirag ar gouarnerien hag ar rouane, evit rei testeni d’in dirazhe. (10) Mes da genta eo red ma vez prezeget an Aviel d’an holl nationou. (11) Hogen, pa gassint ac’hanoc’h evit ho livra, na vezit ket en poan da c’houzoud araog petra ho pezo da lavaret, ha na choumit ket da zonjal e kement-se ; mes livirit ar pez a vezo roet deoc’h da lavaret en heur-ze ; rag n’eo ket c’houi a gomzo, mes ar Spered-Santel.
(12) Hogen, neuze ar breur a livro he vreur d’ar maro, hag an tad he vugel ; hag ar vugale a zavo a-enep ho zad hag ho mam, hag ho lakaint da vervel. (13) Hag e viot kaseet gant an holl abalamour d’am hano, mes an hini a gendalc’ho beteg ar fin, hennes a vezo salvet.
(14) Hogen, pa velot an abomination euz an dezolation, euz a behini hen deuz komzet ar profet Daniel, o ren el leac’h na dle ket beza (ra lako evez mad an hini hen lenn) ; neuze ar re a vezo er Jude, ra dec’hint var ar meneziou ; (15) hag an hini a vezo var an doen, diwallo da zisken en ti, na da vond ebarz evit kemeret tra e-bed euz he di ; (16) hag an hini a vezo er park, diwallo da zistrei var he c’hiz evit kemeret he zae. (17) Malheur d’ar gragez o tougen frouez, ha d’ar magerezed en deiziou-ze. (18) Pedit evit ne rankoc’h ket tec’hel er goanv. (19) Rag beza e vezo en deiziou-ze eun affliction ker braz, ken n’euz bet biskoas hini henvel outhi, abaoe ma’z eo crouet ar bed gant Doue beteg hirio, ha ne vezo biken. (20) Ha ma n’hen divije ket an Aotrou diveret an deveziou-ze, na vije bet saveteet den e-bed ; mes diveret hen deuz an deveziou-ze abalamour d’ar re a zo bet choazet ganthan.
(21) Neuze mar lavar unan-benag deoc’h : Setu ar C’hrist aman ; pe : Setu-hen a-hont ; na gredit ket. (22) Rag sevel a rai Christed faos ha fals profeted, hag e raint miraclou ha burzudou evit trompla memeus ar re choazet ma vije gallet. (23) Likit evez eta ; setu, em euz discleriet deoc’h pep tra en avans.
(24) En deiziou-ze goude an dribulation-ze, an heol a devalaio, hag al loar na roio ket he sclerijen ; (25) ar stered a gwezo euz an env, hag ar puissansou a zo en envou a vezo bransellet. (26) Ha neuze e vezo gwelet Mab an den o tond var ar goabrennou, gant eur galloud hag eur gloar braz ; (27) hag e kasso he elez da zastum he re choazet euz ar pevar avel, adaleg ar c’horn pella euz an douar beteg ar pen pella euz an env.
(28) Diskit kement-man dre barabolen ar vezen-fiez : Pa zeu he brancou da deneraad hag he deliou da zispaka, ec’h ouzoc’h ema tost an hanv. (29) Evel-se ive c’houi, pa velot an traou-ze o c’hoarvezoud, gouezit ema tost Mab an den hag ema e-kichen an nor. (30) E gwirionez e lavaran deoc’h, penaos na dremeno ket ar generation-man, ken a vezo c’hoarvezet an holl draou-ze. (31) An env hag an douar a dremeno ; mes va c’homzou-me na dremenint ket.
(32) Evit ar pez a zell an deiz hag an heur-ze, den na anavez anezhe, nag an elez a zo en env, nag ar Mab ? nemed an Tad hep-ken.
(33) Likit evez, veillit ha pedit ; rag na ouzoc’h ket peur e teuio an amzer-ze. (34) Rag henvel eo ouz eun den pehini, o vond en hent evit eur vro bell, a lez he di, a ro d’he vevelien ar gondu anezhan, a verk da bep hini he labour, hag a c’hourc’hemen d’ar porzier beza var evez. (35) Beillit eta, rag na ouzoc’h ket peur e teuio mestr an ti, pe d’an abardaez, pe da hanter-noz, pe pa gano ar c’hilloc, pe deuz ar mintin ; (36) gant aoun, oc’h erruout en eun taol, ne vec’h kavet ganthan kousket. (37) Hogen, ar pez a lavaran, hen lavaret a ran d’an holl : Beillit.
OUEL ar Pask hag ar bara hep goell a dlie digouezoud daou zevez goude ; hag ar Scribed a glaske an tu da gemeret Jesus dre finessa ha d’hen lakaad d’ar maro. (2) Mes lavaret a reant : Arabad eo e vez e-pad ar gouel gant aoun ne deufe trouz da zevel e-touez ar bobl.
(3) Ha Jesus, o veza en Bethani, en ti Simon an den lor, pa edo ouz taol, e teuaz eur vaouez gant eur bessel alabastr, leun a eol a c’houez-vad hag a briz vraz, hag o veza torret ar bessel, e skulliaz an eol var he ben. (4) Hag unan-benag anezhe a oe droug enhe, hag a lavare : Da betra beza kollet an eol a c’houez-vad-se ? (5) Rag gallet e vije gwerza anezhan ouz-pen tri c’hant diner, hag ho rei d’ar beorien. Hag e vurmurent a-enep d’ar vaouez-ze.
(6) Mes Jesus a lavaraz : Lest-hi ; perag e rit-hu nec’hamant dezhi ? Eun oeuvr vad he deuz great em c’henver. (7) Rag peorien ho pezo atao en ho touez ; hag ec’h hellit ober vad dezhe pa garfot ; mes n’ho pezo ket ac’hanoun-me atao. (8) Great he deuz ar pez he deuz gallet ; ambaumet he deuz va c’horf evit servichoud en avans d’am sebelia. (9) E gwirionez hen lavaran deoc’h, e pe leac’h-benag dre ar bed holl ma vezo prezeget an aviel-man, ar pez he deuz great a vezo lavaret ive e memor anezhi.
(10) Neuze Judas Iscariot, unan euz an daouzec, a ieaz da gavout prinsed ar veleien evit hen livra dezhe. (11) Ar re-man a zelaouaz anezhan gant joa, hag e prometjont rei arc’hant dezhan ; hag adaleg neuze e klaskaz an tu d’hen livra dezhe.
(12) An deiz kenta euz ar baraou hep goell, en amzer ma sacrifient ar Pask, he ziskibien a lavaraz dezhan : E peleach e fell d’id ez afemp da brepari ar pez a zo ezom evit debri ar Pask ? (13) Neuze e kassaz daou euz he ziskibien, hag e lavaraz dezhe : It en kear, hag e kavfot var hoc’h hent eun den o tougen eur podad dour ; it var he lerc’h. (14) Hag e pe leac’h-benag ma c’hantreo, livirit da vestr an ti : Ar mestr a lavar : Pe leac’h ema ar zal en pehini e tebrin ar Pask gant va diskibien ? (15) Hag hen a ziskouezo deoc’h eur zal vraz d’an neac’h, lakeat en urz ha prest ; preparit eno ar Pask evidomp. (16) He ziskibien eta a ieaz en hent, hag o veza erruet en kear, e kavjont pep tra evel m’hen doa lavaret dezhe ; hag e preparjont ar Pask.
(17) Pa oe deuet an abardaez, e teuaz gant an daouzec. (18) Ha pa edont ouz taol, o tebri, Jesus a lavaraz : En gwirionez e lavaran deoc’h penaos unan ac’hanoc’h, hag a zo o tibri ganen, a drahisso ac’hanoun. (19) Neuze e commansjont beza glac’haret ; hag e leverjont dezhan an eil goude egile : Ha me eo ? (20) Hen a respontaz dezhe : Unan euz an daouzec eo, hag a laka he zorn ganen er plad. (21) Mab an den evit-gwir a ia evel ma’z eo scrivet divar he ben ; mes malheur d’an den gant pehini eo trahisset Mab an den ; gwell e vije d’an den-ze na vije ket bet ganet.
(22) Hag evel ma tebrent, Jesus a gemeraz bara, hag, o veza rentet grasou, e torraz anezhan, hag hen roaz dezhe, en eur lavaret : Kemerit, debrit, he-man eo va c^horf. (23) Hag o veza kemeret ar c’halir, ha rentet grasou, e roaz anezhan dezhe, hag ec’h evjont holl euz anezhan. (24) Hag e lavaraz dezhe : He-man eo va goad, ar goad euz an allians nevez, pehini a zo skuliet evit kalz. (25) E gwirionez hen lavaran deoc’h, na evin mui euz ar frouez-ze euz ar winien beteg an deiz ma c’hevin anezhan nevez en rouantelez Doue.
(26) Ha goude beza canet ar c’hantic, ez ejont kuit da Venez Olived.
(27) Neuze Jesus a lavaraz dezhe : En noz man e vezin evidoc’h holl eun occasion da gweza ; rag scrivet eo : Skei a rin ar pastor, hag an denved a vezo disperset. (28) Mes goude ma vezin resussitet, me a ielo araog deoc’h en Galile. (29) Ha Per a lavaraz dezhan : Ha pa zeufe an holl da veza scandalizet, evidoun-me ne vezin ket. (30) Neuze Jesus a lavaraz dezhan : En gwirionez e lavaran d’id, penaos hirio, en noz-man zo-ken, araog m’hen devezo canet ar c’hilloc diou wech, te az pezo va nac’het teir gwech. (31) Mes hen a lavare c’hoas krenvoc’h : Ha pa ve red d’in mervel ganez, na nac’hin ket ac’hanoud. Hag holl e lavarent ar memeus tra.
(32) Neuze ez ejont en eul leac’h a c’halvet Gethsemane. Ha Jesus a lavaraz d’he ziskibien : Azezit aman ken am bezo pedet.
(33) Hag e kemeraz ganthan Per, Jakes ha Ian ; hag e commansaz da veza spouronet hag ankeniet braz. (34) Hag e lavaraz dezhe : Trist eo va ene beteg ar maro ; choumit aman ha beillit. (35) Hag o veza eat eun neubeud pelloc’h, hen n’em brostemaz d’an douar, en eur bedi ma’z aje, mar d’oa possubl, an heur ze pell diouthan. (36) Hag e lavare : Abba ! Tad ! pep tra a zo possubl d’id ; distro diouzin ar c’halir-ze ; koulskoude ra vezo great n’e ket ar pez a fell d’in, mes ar pez a fell d’id.
(37) Dond a reaz neuze d’ho c’havoud hag ho c’havaz kousket ; hag e lavaraz da Ber : Simon, choumet oud kousket ! n’ec’h euz ket eta gallet beillia eun heur ? (38) Beillit ha pedit, gant aoun da gweza en dentation ; ar spered a zo pront, mes ar c’hig a zo sempl.
(39) Mond a reaz adare, hag e pedaz, o lavaret ar memeus komzou.
(40) Hag o veza distroet, ho c’havaz adare kousket, rag ho daou-lagad a oa pounereet ; ha na ouient petra da respont dezhan.
(41) Hag e teuaz d’ho c’havoud evit an deirved gwech, hag e lavaraz dezhe : Kouskit breman, ha kemerit ho repos ! Awalc’h eo ! deuet eo an heur ; setu, Mab an den a zo livret etre daouarn ar bec’herien. (42) Savit, deomp, setu o tostaad an hini a drahis ac’hanoun.
(43) Ha kerkent, evel ma oa c’hoas o komz, e teuaz Judas, unan euz an daouzec, ha ganthan eur vanden vraz a dud gant klezeier ha bizier, a-berz prinsed ar veleien, ar Scribed hag ar re Ancien. (44) Hogen an hini a drahisse anezhan hen doa roet dezhe ar sin-man : An hini a bokin dezhan, hennes eo ; crogit enhan, ha kassit anezhan ganeoc’h, en eur diwall anezhan mad. (45) Kerkent eta evel ma oa erruet, e tostaaz outhan hag e lavaraz dezhan : Mestr, Mestr ; hag e pokaz dezhan. (46) A-neuze e toaljont ho daouarn var Jesus, hag e crogjont enhan.
(47) Hag unan euz ar re a oa eno a dennaz he gleze, a skoaz gant eur mevel d’ar beleg braz, hag a droc’haz he skouarn dezhan.
(48) Neuze Jesus, o komz outhe, a lavaraz : C’houi a zo deuet gant klezeier ha bizier da gregi enoun, evel en eul laer. (49) Bemdez e oann en ho touez, o kelen ebarz an templ, ha n’hoc’h euz ket croget enoun ; mes kement-man a c’hoarvez evit ma vezo accomplisset ar Scrituriou.
(50) Neuze he holl diskibien, o veza dilezet anezhan, a dec’haz kuit.
(51) Ha bez’ e oa ouz he heul, eun den yaouank gwisket gaut eul linsel hep-ken en-dro d’he gorf ; hag an dud yaouank a grogaz enhan. (52) Mes hen, o lezel he linsel, a dec’haz kuit deuz tre ho daouarn en noaz.
(53) Neuze e kasjont Jesus da di ar beleg braz, e pe leac’h e oa dastumet holl brinsed ar veleien, ar re Ancien hag ar Scribed.
(54) Per a heuliaz anezhan a-ziabell bete porz ar beleg braz. Hag e oa eno azezet assambles gant an domestiket, hag o tomma e-kichen an tan.
(55) Hogen, prinsed ar veleien hag ar c’honseil holl euz ar Sanhedrin a glaske eun testeni-benag a-enep Jesus, evit hen lakaad d’ar maro ; ha ne gavent hini e-bed. (56) Rag kalz a roe testeni faoz en he enep ; mes ho zesteniou n’en em accordent ket. (57) Hinienou a zavaz neuze, hag a zougaz eun testeni faoz a-enep dezhan, en eur lavaret : (58) Hen klevet hon euz o lavaret : Me a ziskaro an templ-man, pehini a zo bet great gant daouarn an dud, hag en tri devez e savin eun all ha na vezo ket great gant daouarn tud. (59) Mes ho zesteniou n’en em accordent ket. (60) Neuze ar beleg braz, o sevel en he za e-kreiz an assamble euz ar Sanhedrin, a interrojaz Jesus, en eur lavaret : Na respontez netra ? Petra eo an dra-ze a leveront a-enep d’id ? (61) Mes Jesus a davaz, ha na respontaz netra.
Ar beleg braz a reaz c’hoas ar goulen-man diganthan, hag a lavaraz dezhan : Ha te eo ar C’hrist, Mab an Doue benniget ? (62) Ha Jesus a lavaraz : Bez’ ez oun ; ha c’houi a velo Mab an den azezet a-zeo d’ar galloud euz a Zoue, hag o tond var goabrennou an env. (63= Neuze ar beleg braz a rogaz he zillad, hag a lavaraz : Daoust hag ezom hon euz-ni mui a destoü ? (64) Klevet hoc’h euz ar blasphem ; petra a zonjit-hu var gement-se ? Neuze holl e varnjont anezhan dign a varo. (65) Hag hinienou a gommansaz da granchad outhan, hag o veza goloet he vizach, e roent crabanadou dezhan, en eur lavaret : Difin ! Hag ar serjanted a skoe varnezhan gant bizier.
(66) Hogen, evel ma oa Per d’an traon ebarz ar porz, e teuaz eno unan euz a vitizien ar beleg braz ; (67) hag, o velet Per o tomma, e sellaz outhan, hag e lavaraz : Te a oa ive gant Jesus a Nazaret. (68) Mes hen nac’h a reaz, en eur lavaret : Na anavezan ket anezhan ha na ouzon ket petra a leverez. Mond a reaz neuze er meaz er vestibul, hag ar c’hilloc a ganaz. (69) Hag ar vatez-ze, o veza gwelet anezhan adare, en em lekeaz da lavaret d’ar re a oa eno : An den-man a zo deuz an dud-se. (70) Mes hen hen nac’haz adare. Hag eur pennad goude, ar re a oa eno a lavaraz adare da Ber : Evit-gwir te a zo ive euz an dud-se, rag Galilead oud, ha da langach a zo henvel ouz ho hini. (71) Neuze e commansaz da zrouk-pedi ha da douat en eur lavaret : Ne anavezan ket an den-ze a behini e komzez. (72) Hag ar c’hilloc a ganaz evit an eil gwech ; hag e teuaz sonj da Ber euz ar gomz hen doa lavaret Jesus dezhan : A-barz m’hen devezo ar c’hilloc canet diou wech, te az pezo va nac’het teir gwech. Hag o veza eat buhan er meaz, e commansaz da wela.
ERKENT ha ma oe deiz, prinsed ar veleien, gant ar re Ancien, ar Scribed hag ar c’honseil holl euz ar Sanhedrin, o veza en em guzuliet assambles, a gassaz Jesus liammet, hag hen livraz da Bilat.
(2) Ha Pilat a c’houlennaz diganthan : Ha te eo roue ar Judevien ? Jesus a respontaz dezhan : Hen lavaret a rez. (3) Ha prinsed ar veleien a accuse anezhan euz a galz a draou. (4) Mes Pilat a interrojaz c’hoas anezhan hag a lavaraz dezhan : Ha na respontez netra ? Gwel a begement a draou e roont testeni a-enep d’id. (5) Mes Jesus na respontaz mui netra, en hevelep doare ma oa Pilat estonet braz.
(6) Hogen, hen a oa custum d’ar gouel-«e, da leuskel ganthe eur prizonier, an hini a c’houlennent. (7) Ha bez’ e oa er prizon assambles gant ar re ho doa sicouret anezhan, unan hanvet Barabbas hag hen doa great eur vuntrerez e-kreiz eur revolt. (8) Hag ar bobl a gommansaz da c’houlen, en eur grial a-bouez ho fen, ma raje evel m’hen doa great a-viskoas dezhe. (9) Pilat a respontaz dezhe : Ha c’houi a fell deoc’h e laoskfen deoc’h roue ar Judevien ? (10) Rag gouzoud a rea e oa dre jalouzi ho doa prinsed ar veleien livret anezhan.
(11) Mes ar re-man a boulzaz ar bobl da choulen ma vije leusket kentoc’h Barabbas ganthe. (12) Mes Pilat, o komz c’hoas outhe, a lavaraz : Petra eta a fell deoc’h e rafen euz an hini a hanvit roue ar Judevien ? (13) Hag int a griaz adare : Crucifi anezhan ! (14) Ha Pilat a lavaraz dezhe : Mes pe seurt drouk hen deuz-hen great ? Hag int a griaz c’hoas krenvoc’h : Crucifi anezhan !
(15) Pilat eta, o c’hoantaat contanti ar bobl, a leuskaz ganthe Barabbas ; ha goude beza lakeat skourjeza Jesus, e livraz anezhan da veza crucifiet.
(16) Neuze ar zoudarded a zigassaz anezhan en diabarz ar palez, da lavaret eo, er pretouer, hag e tastumjont eno an holl vanden zoudarded ; (17) hag e lakejont dezhan eur vantel ruz-pourpr, hag o veza great eur gurunen spern, e lekejont anezhi var he ben. (18) Hag e commansjont da zaludi anezhan, en eur lavaret : Salud, roue ar Judevien ! (19) Hag e skoent var he ben gant eur gorzen, hag e cranchent outhan, hag o taoulina, e stouent dirazhan.
(20) Goude beza great goab anezhan, e lamjont ar vantel pourpr divarnezhan, hag o veza gwisket anezhan gant he zillad he-unan, e kasjont anezhan ganthe evit hen crucifia.
(21) Hag evel ma oa eun den euz a Cyren, hanvet Simon, tad da Alexandr ha da Rufus, o tremen dre eno, o tistrei euz ar parkou, e rejont dezhan dougen croaz Jesus. (22) Hag e kasjont anezban en eul leac’h hanvet Golgotba, da lavaret eo, leac’h ar Pen-maro. (23) Hag e rojont dezhan da eva gwin mesket gant mirrh ; mes na gemeraz ket anezhan.
(24) Ha goude m’ho doe crucifiet anezhan, e rejont partach var he zillad, hag e tennjont d’ar sort varnezhe, evit gouzoud ar pez hen divije pep hini.
(25) An trede heur e oa pa grucifijont anezhan.
(26) Ar sujet euz he gondaonation a oa scrivet evel-hen : ROUE AR JUDEVIEN.
(27) Crucifia a rejont daou laer assambles ganthan, unan a-zeo, hag egile a-gleiz dezhan. (28) Evel-se e oe accomplisset ar gomz-man euz ar Scritur : Lakeat eo bet e renk an dorfetourien.
(29) Hag ar re a dremene dre eno a outraje anezhan, en eur hija ho fen hag o lavaret : Ac’han-ta ! te, pehini a ziskar an templ, hag a zav anezhan a-nevez en tri deiz ; (30) en em zaveta da-unan, ha disken euz ar groaz. (31) Evel-se ive prinsed ar veleien hag ar Scribed a rea goab anezhan, hag a lavare etrezhe : Saveteet hen deuz ar re all, ha n’eo ket evit en em zavetei he-unan. (32) Ra ziskenno eta breman euz ar groaz ar C’hrist, roue Israel, ma velimp ha ma credimp. Hag ar re a oa crucifiet ganthan, a zrouk-komze ive outhan.
(33) Pa oa deuet ar c’houec’hved heur, e oe tevalijen var an douar holl, beteg an naoved heur.
(34) Ha d’an naoved heur, Jesus a griaz gant eur vouez krenv : Eloï, Eloï, lamma sabachthani ? Da lavaret eo : Va Doue, va Doue, perag ec’h euz-te va dilezet ? (35) Hag hinienou euz ar re a oa eno, o veza klevet anezhan, a lavare : Setu, ema o c’hervel Elias. (36) Hag unan anezhe a redaz, hag a leuniaz eur spoue gant gwin-egr, hag o veza hen lakeat e pen eur gorzen, e roaz da eva dezhan, en eur lavaret : Lezit ; gwelomp ha dond a rai Elias d’hen lemmel euz ar groaz.
(37) Neuze Jesus, o veza leusket eur griaden vraz, a rentaz ar spered.
(38) Hag ar voal euz an templ a freuzaz en daou, adaleg an neac’h beteg an traon.
(39) Hag ar c’hantener, pehini a oa eno dirazhan, o velet penaos e oa tremenet en eur grial evel-se, a lavaraz : An den-man en gwirionez a oa Mab Doue.
(40) Bez’e oa ive eno gragez hag a zelle a-ziabell, e-touez pere e oa Mari Magdalen, ha Mari, mam da Jakes ar yaouanka ha da Joses, ha Salome, (41) pere hen heullie hag hen serviche pa edo en Galile, ha kalz a re all pere a oa pignet ganthan da Jerusalem.
(42) Evel ma oa dija divezad, ha ma oa deiz ar breparation, da lavaret eo, an deiz di-araog ar sabbat, (43) Josef a Arimathe, eur senatour henoret braz, pehini ive a c’hortoze rouantelez Doue, a ieaz heb aoun da gavout Pilat, hag a c’houlennaz diganthan corf Jesus. (44) Pilat a oe souezet o klevet e oa maro dija ; hag o veza galvet ar c’hantener, e c’houlennaz ha pell a oa abaoe ma oa maro. (45) Ha p’hen doe klevet gant ar c’hantener, e roaz ar c’horf da Josef. (46) Ha Josef, o veza prenet eul linsel, a ziskennaz anezhan euz ar groaz, a lekeaz al linsel en- dro dezhan, hag a lekeaz anezhan en eur bez a oa bet kleuzet er roc’h ; hag e rulliaz eur mean ouz dor ar bez.
(47) Ha Mari Magdalen, ha Mari, mam Joses, a zelle pe leac’h e lakeet anezhan.
A oe tremenet ar sabbat, Mari Magdalen, ha Mari, mam Jakes, ha Salome, a brenaz louzou a c’houez-vad, evit dond da ambaumi anezhan. (2) Hag an deiz kenta euz ar sizun e teujont d’ar bez mintin-mad, goude sao-heol. (3) Hag e lavarent etrezhe : Piou a denno deomp ar mean diouz dor ar bez ? (4) Hag o sellet, e veljont e oa bet lammet kuit ar mean ; hogen, gwall vraz eo a ar mean-ze.
(5) Neuze, o veza antreet er bez, e veljont er c’hostez deo eun den yaouank azezet, gwisket gant eur zae venn ; hag e oent spountet. (6) Mes hen a lavaraz dezhe : Na vezit ket spountet ; klask a rit Jesus a Nazaret pehini a zo bet crucifiet ; resussitet eo, n’ema ket aman ; setu aman al leac’h en pehini ho doa lakeat anezhan. (7) Mes it, ha livirit d’he ziskibien ha da Ber ema o vond araog deoc’h en Galile ; eno e velot anezhan, evel m’hen deuz lavaret deoc’h. (8) Mond a rejont kerkent er meaz euz ar bez, hag e redjont kuit ; rag spouronet-holl e oent hag en eun estlam vraz. Ha na leverjont netra da zen, rag spountet e oant.
(9) Hogen Jesus, o veza resussitet diouz ar mintin, ar c’henta deiz euz ar sizun, en em ziskouezaz da genta da Vari Magdalen, euz a behini hen doa kasset kuit seiz drouk-spered. (10) Hag hi a ieaz da annonsi d’ar re a oa bet ganthan, ha pere a oa er glac’har hag en daelou. (11) Mes int, pa glevjont penaos e oa beo, hag e oa bet gwelet ganthi, na gredjont ket.
(12) Goude-ze, hen en em ziskouezaz en eun doare all da zaou anezhe, pa oant o vale evit mond var ar meaz. (13) Hag ar re-man a ieaz da annonsi kement-se d’ar re all, mes na gredjont ket dezhe ken neubeud.
(14) Da ziveza en em ziskouezaz d’an unnec abostol, pa edont ouz taol, hag e rebechaz dezhe ho incredulite hag ar galeder euz ho c’haloun, abalamour n’ho doa ket credet ar re ho doa gwelet anezhan resussitet.
(15) Hag e lavaraz dezhe : It dre ar bed holl, ha prezegit an aviel d’an holl grouadurien. (16) An neb a gredo, hag a vezo badezet, a vezo salvet ; mes an neb na gredo ket, a vezo condaonet. (17) Setu aman ar miraclou a heullio ar re a gredo : Kas a raint kuit an drouk-sperejou em hano ; komz a raint langachou nevez ; (18) cregi a raint en serpanted ; ha pa ho devezo evet eun evach ampoezonet-benag, na rai ket a zroug dezhe ; lakaad a raint ho daouarn var ar re glanv, hag e vezint pare.
(19) An Aotrou, goude m’hen doa komzet outhe, a oe savet en env, hag ec’h azezaz en tu deo da Zoue.
(20) Hag int, o veza eat er meaz, a brezegaz dre-holl ; hag an Aotrou a laboure ganthe, hag a roe nerz d’ar Ger dre ar burzudou a heullie anezhan.
VEZA ma ho deuz kalz a dud en em lakeat da scriva histor an traou c’hoarvezet, hag anavezet mad evit beza gwir en hon touez ; (2) hervez ma’z int bet digasset beteg enomp gant ar re ho deuz ho-unan gwelet anezhe adaleg ar pen-kenta, hag a zo bet ministred ar Ger ; (3) em euz kavet mad ive, goude beza examinet tost an holl draou-ze adaleg ar pen-kenta, scriva anezhe d’id gant reiz, O Theofil, den meurbed mad ; (4) evit ma c’hanavezi ar wirionez divarben an traou a zo bet desket d’id.
(5) Bez’ e oa en amzer Herodes, roue ar Jude, eur beleg hanvet Zakarias, euz a renk Abia ; he vreg a oa euz a lignez Aaron, hag he hano oa Elizabet. (6) Just e oant ho daou dirag Doue, hag ec’h heullient holl gourc’hemenou hag ordrenansou an Aotrou, en eun doare divlam. (7) N’ho doa ket a vugale, dre ma oa Elizabet heb frouez, hag e oant ho daou avanset en oad.
(8) Hogen, c’hoarvezoud a reaz en amzer ma rea Zakarias ar garg a veleg dirag Doue, pa oa deuet he dro en he renk, (9) ma tigouezaz dezhan, dre ar zort, hervez ma oa ar c’hiz e-touez ar veleien, mond en templ an Aotrou, evit offr an ezans. (10) Hag ar bobl holl a oa er meaz o pidi, d’ar mare ma oat o tevi an ezans.
(11) Neuze eun eal euz an Aotrou en em ziskouezaz dezhan, en he za en tu deo euz a aoter an ezans. (12) Ha Zakariaz o velet anezhan, a oe troublet, hag e crogaz ar spount enhan. (13) Mes an eal a lavaraz dezhan : N’az pe ket a aoun, Zakarias ; rag da beden a zo bet selaouet, hag Elizabet, da vreg, a c’hano d’id eur mab, hag e c’halvi he hano Ian. (14) Eur sujet a joa hag a laouenedigez e vezo evidoud, ha kalz en em rejouisso euz he c’hinivelez. (15) Rag braz e vezo dirag an Aotrou ; na evo na gwin nag evach da vezvi e-bed, hag e vezo leun euz ar Spered-Santel, adaleg kov he vam ; (16) convertissa a rai kalz euz a vugale Israel d’an Aotrou ho Doue ; (17) hag e valeo dirazhan en spered ha gant nerz Elias, evit trei calonou an tadou ouz ar vugale, hag ar re na zentont ket da furnez ar re just, evit prepari d’an Aotrou eur bobl disposet mad.
(18) Ha Zakarias a lavaraz d’an eal : Euz a betra ec’h anavezin-me kement-se ? Rag koz oun, ha va greg a zo avanset en oad ? (19) Hag an eal a respontaz dezhan : Me eo Gabriel pehini a choum dirag Doue ; hag ez oun bet digasset da gomz ouzid ha da annonsi d’id ar c’helou mad-man. (20) Ha setu, te a ia da veza mud, ha na helli ket komz beteg an deiz ma c’hoarvezo kement-se, abalamour n’ec’h euz ket credet d’am c’homzou, pere a vezo accomplisset en ho amzer.
(22) E-pad an amzer-ze, ar bobl a oa o c’hortoz Zakarias, a oa souezet, o velet ma talee ker pell en templ. (22) Ha pa zeuaz er meaz, na helle ket komz outhe, hag ec’h anavezjont penaos hen doa bet eur vision en templ, rag rei a rea kement-se da anaoud dezhe dre zin ; hag e choumaz mud.
(23) Ha pa oe echuet deiziou he garg, e tistroaz d’he di. (24) Eun neubeud deiziou goude, Elizabet he vreg a goncevaz ; en em guzad a reaz e-pad pemp miz, hag e lavare : (25) Evel-se eo hen deuz great an Aotrou em c’henver, en dervez ma hen deuz taolet he zaou-lagad varnoun, evit lemmel an dismegans a oa varnoun dirag an dud.
(26) Hogen, er c’houec’hved miz, an eal Gabriel a oe kasset gant Doue en eur gear euz a C’halile, hanvet Nazaret, (27) da eur verc’hez pehini a dlie dimezi da eur goaz hanvet Josef, euz a di David ; hag ar verc’hez-ze a oa hanvet Mari. (28) Hag an eal, o veza antreet el leac’h ma edo-hi, a lavaraz dezhi : Me a zalud ac’hanoud, te pehini a zo bet recevet en gras ; an Aotrou a zo ganez ; benniget oud e-touez ar gragez. (29) Hag hi, pa velaz an eal, a oe troublet gant he gomzou, hag e sonje enhi he-unan petra sinifie eur salud evel hennes. (30) Hag an eal a lavaraz dezhi : N’az pe ket a aoun, Mari, rag kavet ec’h euz gras dirag Doue. (31) Ha setu, te a goncevo, hag e c’hani eur mab, hag e roi dezhan an hano a JESUS. (32) Hennes a vezo braz, hag a vezo galvet Mab an Holl-C’halloudec, hag an Aotrou Doue a roio dezhan tron David he dad. (33) Ren a rai da viken var di Jacob, hag he rouantelez n’he devezo fin ebed.
(34) Neuze Mari a lavaraz d’an eal : Penaos e c’hoarvezo kement-se, pa na anavezan goaz e-bed ? (35) Hag an eal a respontaz dezhi : Ar Spered-Santel a zeui varnoud, ha nerz an Holl-C’halloudec a c’holoio ac’hanoud gant he skeud ; dre-ze ar bugel santel a vezo ganet ac’hanoud, a vezo galvet Mab Doue. (36) Ha setu aze Elizabet, da geninterv, he deuz ive concevet eur mab en he c’hozni ; hag he-man eo ar c’houec’hved miz d’an hini a oa galvet difrouez. (37) Rag n’euz netra impossubl da Zoue. (38) Ha Mari a lavaraz : Setu aman servicheres an Aotrou ; ra vezo great d’in hervez da lavar. Hag an eal a ieaz kuit diouthi.
(39) Neuze Mari a zavaz, hag a ieaz buhan da vro ar meneziou, en eur gear euz a Juda. (40) Hag o veza antreet en ti Zakarias, e saludaz Elizabet. (41) Ha kerkent ha ma klevaz Elizabet salud Mari, ar bugel a dridaz en he c’hov, hag Elizabet a oe karget euz ar Spered-Santel. (42) Hag o sevel he mouez, e criaz : Te a zo benniget e-touez ar gragez, ha benniget eo ar frouez euz da gov. (43) Hag a be-leac’h e teu kement-man d’in, ma teu mam va Aotrou d’am bizita ? (44) Rag kerkent ha ma c’hantreaz mouez da zalud em diou-skouarn, ar bugel biban hen deuz tridet gant ar joa em c’hov. (45) Hag eürus an hini he deuz credet ; rag accomplisset e vezo an traou a zo bet lavaret dezhi euz a-berz an Aotrou.
(46) Neuze Mari a lavaraz : Va ene a veul an Aotrou, (47) ha va spered a zo rejouisset en Doue, va Zalver ; (48) dre m’hen deuz sellet ouz stad izel he zervicheres. Ha setu divar-vreman e vezin galvet eürus gant an holl generationou. (49) Rag an Holl-C’halloudec hen deuz great traou braz d’in ; he hano a zo santel ; (50) hag he drugarez en em astenn euz an eil generation d’eben var ar re a zouj anezhan. (51) Diskouezet hen deuz an nerz euz he vrec’h ; disperset hen deuz ar sonjezonou euz a galon ar re ourgouillus ; (52) diskaret hen deuz ar re c’halloudec divar ho zron, hag hen deuz savet ar re dister ; (53) ar re ho doa naoun hen deuz karget a vadou, hag ar re binvidic hen deuz kasset kuit en goullo. (54) Sicouret hen deuz Israel he zervicher, (55) o kaout memor, hervez m’hen doa lavaret d’hon tadou, euz he drugarez e-kenver Abraham hag he lignez da viken.
(56) Ha Mari a choumaz ganthi var-dro tri miz ; hag a zistroaz neuze d’he zi.
(57) Hogen, termen Elizabet o veza erruet, e c’hanaz eur mab. (58) Hag he amezeien hag he c’herent, o veza klevet penaos hen doa an Aotrou diskouezet he drugarez en he c’henver, en em rejouisse ganthi.
(59) Hag o veza deuet d’an eizved devez da circonciza ar bugel bihan e c’halvent anezhan Zakarias, deuz hano he dad. (60) Mes he vam a gomzaz hag a lavaraz : Nann, mes Ian e vezo galvet. (61) Int a lavaraz dezhi : N’euz den etouez da gerent hag a zo galvet euz an hano-ze. (62) Neuze e c’houlenjont dre zin digant he dad penaos e felle dezhan e vije galvet. (63) Ha Zakarias a c’houlennaz eun daolennic, hag a scrivaz ar c’homzou-man : Ian eo he hano ; hag holl e oent souezet. (64) Rag-tal he c’henou a zigoraz, hag he deod a zistagaz, hag e komze en eur veuli Doue.
(65) Hag e teuaz aoun braz d’ho holl amezeien, hag an holl draou-ze a oe brudet dre holl vro meneziou ar Jude. (66) Hag ar re holl a glevaz anezhe, ho dalc’haz en ho c’halon, hag e lavarent : Petra a vezo ar bugel-ze eta ? Ha dorn an Aotrou a oa varnezhan.
(67) Neuze Zakarias he dad a oe karget euz ar Spered-Santel, hag e profetisaz, o lavaret :
(68) Benniget ra vezo an Aotrou, Doue Israel, dre ma hen deuz bizitet ha prenet he bobl, (69) ha ma hen deuz savet evidomp eur Zalver galloudus, euz a di David he zervicher ; (70) hervez ma hen doa komzet, abaoe pell-amzer, dre c’henou he brofeted santel ; (71) dre ma hen deuz delivret ac’hanomp euz hon inimied, hag euz a zorn ar re holl ho deuz kassoni ouzomp, (72) evit diskouel he drugarez e-kenver hon tadou, ha kaout memor euz he allians santel, (73) da lavaret eo, euz al le a reaz da Abraham hon tad, ec’h accordje deomp, (74) goude hon delivra euz a zorn hon inimied, ar c’hras da zervicha anezhan heb aoun, (75) er zantelez hag er justis, en he brezans, e-pad an holl deiziou euz hor buez. (76) Ha te, bugel bihan, e vezi galvet profet an Holl-C’halloudec ; rag kerzet a ri dirag faç an Aotrou, evit prepari he hentchou, (77) evit rei d’he bobl an anaoudegez euz ar zilvidigez, er remission euz ho fec’hejou, (78) dre an antraillou euz a drugarez hon Doue, dre behini an heol, o sevel, hen deuz hor bizitet euz an neac’h, (79) evit sclerijenna ar re a zo azezet en devalijen hag en skeud ar maro, hag evit bleina hon zreid dre an hent euz ar peoc’h.
(80) Hag ar bugel a greske hag a grenvae er spered ; hag e choumaz en dezertchou beteg an deiz ma tlie beza diskouezet da Israel.
N amzer-ze, e oe embannet eun urz aberz Cezar-Augustus, evit ma vije countet an niver euz an dud a oa var ar bed holl. (2) An denombramant kenta-ze a oe great pa oa Kurenus gouarner ar Siri. (3) An holl eta a iea da lakaad ho hano, pep hini en he gear he-unan. (4) Josef ive a bignaz euz a C’halile, euz a gear Nazaret, d’ar Jude, da gear David, a c’halver Bethlehem, dre ma oa euz a di hag euz a famil David, (5) evit lakaad he hano gant Mari, he bried, pehini a oa dougeres.
(6) Hag e-pad ma oant eno, ec’h erruaz an amzer ma tlie gwillioudi. (7) Hag e c’hanaz he mab kenta-ganet, hag e vailluraz anezhan, hag hen lekeaz en eur manjouer, rag ne oa ket a blas evithe en hostaliri.
(8) Hogen, bez’ e oa er vro-ze pastored pere a choume er meziou, o tiwall ho loened e-pad beilladennou an noz. (9) Ha setu, eun eal a-berz an Aotrou en em brezantaz dezhe, ha gloar an Aotrou a lugernaz en-dro dezhe, hag e oant spouronet-holl. (10) Neuze an eal a lavaraz dezhe : N’ho pezet ket a aoun ; rag digas a ran deoc’h eur c’helou mad, pehini a vezo eur sujet a joa vraz evit ar bobl holl ; (11) rag ganet eo hirio deoc’h, en kear David, eur Zalver, pehini eo ar C’hrist, an Aotrou. (12) Ha setu aman eur sin deoc’h evit hen anaoud : Kavoud a reot ar bugel bihan mailluret, ha gourvezet en eur manjouer.
(13) Ha kerkent en em gavaz gant an eal eun niver braz euz a arme an env, o veuli Doue hag o lavaret : (14) Gloar da Zoue, en huella euz an envou ; peoc’h var an douar, bolontez vad e-kenver an dud !
(15) Ha goude ma ho doe an elez kuiteet diouthe hag en em dennet en env, ar bastored a lavaraz an eil d’egile : Deomp eta bete Bethlehem, ha gwelomp ar pez a zo c’hoarvezet, hag a zo roet deomp da anaoud gant an Aotrou. (16) Mond a rejont eta gant hast, hag e kavjont Mari, ha Josef, hag ar bugel bihan gourvezet er manjouer. (17) Ha pa ho doa gwelet anezhan, e tisclerjont ar pez a oa bet lavaret dezhe divarben ar bugel-ze.
(18) Hag ar re holl a glevaz kement-se, a oa souezet braz euz ar pez a lavare ar bastored dezhe. (19) Ha Mari a zalc’he sonj euz an holl draou-ze, hag a vedite anezhe ebarz en he c’halon. (20) Hag ar bastored a zistroaz, en eur c’hlorifia hag en eur veuli Doue euz an holl draou ho doa gwelet ha klevet, hervez ma oa bet lavaret dezhe.
(22) Pa oe deuet an eizved devez evit circonciza ar bugel, e oe hanvet JESUS, an hano a oa bet roet dezhan gant an eal, araog ma oa concevet en kov he vam.
(22) Ha pa oe accomplisset deiziou ho furification, hervez lezen Moises, e tougjont ar bugel da Jerusalem, evit hen prezanti d’an Aotrou, (23) hervez ma’z eo scrivet el lezen an Aotrou : Pep bugel mal kenta-ganet a vezo consacret d’an Aotrou ; (24) hag evit offr en sacrifis, hervez ma’z eo gourc’hemenet el lezen an Aotrou, eur c’houblad turzuneled, pe diou goulmic.
(25) Bez’e oa en Jerusalem unan hanvet Simeon, eun den just hag a zoujans Doue ; heman a c’hortoze consolation Israel, hag ar Spered-Santel a oa varnezhan. (26) Discleriet e oa bet dezhan gant ar Spered-Santel, ne varvje ket, ken hen divije gwelet ar C’hrist euz an Aotrou. (27) Dond a reaz d’an templ renet gant ar Spered-Santel ; hag evel ma oa he dad hag he vam o tigas ar bugel Jesus, evit ober dezhan ar pez e oat custum hervez al lezen, (28) e kemeraz anezhan etre he zivrec’h, hag e veulaz Doue, en eur lavaret :
(29) Breman, Aotrou, e laoskez da zervicher da guitaad en peoc’h, hervez da c’her ; (30) rag va daou-lagad ho deuz gwelet da zilvidigez, (31) ar zilvidigez ec’h euz preparet dirag faç an holl boblou, (32) ar goulou a dle sclerijenna an nationou, hag ar gloar euz da bobl Israel.
(33) Ha Josef hag he vam a oa souezet euz an traou a lavaret divar he ben. (34) Ha Simeon a vennigaz anezhe, hag a lavaraz da Vari he vam : Setu, ar bugel-man a zo lakeat evit beza occasion a scandal hag a zilvidigez da galz en Israel, hag evit gouzanv controliach a-berz an dud, (35) en hevelep doare ma vezo dizoloet ar zonjezonou euz calon meur a hini ; ha da ene-te a vezo treuzet gant eur c’hleze.
(36) Bez’ e oa ive Anna ar brofetes, merc’h da Phanuel, euz a dribu Ascer ; oajet braz e oa, hag he doa bevet seiz vloaz gant he goaz, adaleg he gwerc’hted. (37) Intanvez e oa, ha oajet a bevar bloaz ha pevar-ugent, pe var dro, ha na zortie ket euz an templ, mes servicha a rea Doue er iun hag er beden noz deiz. (38) Houman, o veza en em gavet eno en heur-ze, a veule ive an Aotrou, hag a gomze divarben Jesus d’an holl dud euz a Jerusalem, pere a oa o c’hortoz delivrans Israel.
(39) Ha goude m’ho doe great pep tra hervez lezen an Aotrou, e tistrojont en Galile, d’ho c’hear Nazaret.
(40) Hag ar bugel a greske hag a grenvae en spered, o veza leun a furnez ; ha gras Doue a oa vamezhan.
(41) Hogen, he dad hag he vam a iea bep bloaz da Jerusalem, da c’houel ar Pask. (42) Ha pa hen doe daouzec vloaz, e savjont da Jerusalem, evel ma oa giz ar gouel. (43) Goude ma oe tremenet deiziou ar gouel, pa oant o tistrei, ar bugel Jesus a choumaz en Jerusalem ; ha Josef hag he vam na ouient ket kement-se. (44) Mes, o sonjal e oa assambles gant ho c’hen-veajourien, e valejont e-pad eun dervez, ha goude e klaskjont anezhan e-touez ho c’herent hag ho anaoudegez ; (45) hag o veza n’her c’havent ket, e tistrojont da Jerusalem da glask anezhan. (46) Hag a-ben tri devez, e kavjont anezhan en templ, azezet e-kreiz an doctored, o selaou hag oc’h interroji anezhe. (47) Hag ar re holl a gleve anezhan, a oa souezet euz he furnez hag euz he respontchou. (48) Pa velaz he dad hag he vam anezhan, e oent souezet ; hag he vam a lavaraz dezhan : Va bugel, perag ec’h euz-te great kement-man deomp ? Setu da dad ha me hon euz da glasket gant kalz a nec’hamant. (49) Hag hen a lavaraz dezhe : Perag e klaskec’h-hu ac’hanoun ? Ha na ouiec’h-hu ket penaos eo red d’in beza occupet gant afferou va Zad ? (50) Mes int na gomprenjont ket ar pez a lavare dezhe.
(51) Goude-ze e tiskennaz ganthe, hag e teuaz da Nazaret, hag e oa sentus outhe. Hag he vam a vire an holl draou-ze en he c’halon.
(52) Ha Jesus a greske en furnez, en ment hag en gras, dirag Doue ha dirag an dud.
R pempzecved bloavez euz a amzer an impelaer Tiberius Cezar, pa oa Pons Pilat gouarner ar Jude, hag Herodes tetrark euz a C’halile, Philip he vreur, tetrark euz a Iturea hag euz a vro Trakonitis, ha Lusanias tetrark euz a Abilene, (2) pa oa Annas ha Caïphas beleien vraz, ger Doue a oe adresset da Ian, mab Zakarias, ebarz an dezert.
(3) Hag hen a zeuaz en holl vro var-dro d’ar Jourdan, en eur brezeg badiziant ar gonversion, evit remission ar pec’hejou ; (4) evel ma’z eo scrivet e levr komzou ar profet Izaias : Mouez an hini a gri en dezert : Preparit hent an Aotrou, grit eün he wenojennou. (5) Pep traonien a vezo leuniet, ha pep menez ha krec’hien a vezo izelleet, an hentchou kam a vezo lakeat, eün ; hag an hentchou garo a vezo great kompez ; (6) ha pep kig a velo silvidigez Doue.
(7) Ian eta a lavare d’ar bobl a zeue evit beza badezet ganthan : Raç an aered-viber, piou hen deuz desket deoc’h tec’hel rag ar goler da zond ? (8) Rentit eta frouez hag a gonven d’ar gonversion ; ha n’ed it ket da lavaret enoc’h hoc’h-unan : Ni hon euz evit tad Abraham ; rag me a lavar deoc’h ec’h hell Doue sevel euz ar vein-ze bugale da Abraham. (9) Hogen, ema dija ar vouc’hal var grizien ar gwez. Pep gwezen eta ha na zoug ket a frouez mad, a ia da veza troc’het ha taolet en tan.
(10) Neuze ar bobl a c’houlennaz diganthan : Petra eta a raimp-ni ? (11) Hen a respontaz dezhe : An neb hen deuz diou zae, ra roio d’an neb n’hen deuz hini, hag an neb hen deuz boued, ra zeui da ober ar memeus tra.
(12) Dond a reaz ive publicaned evit beza badezet ; hag e leverjont dezhan : Mestr, petra a raimp-ni ? (13) Hag hen a lavaraz dezhe : Na c’houlennit netra en tu-hont d’ar pez a zo bet gourc’hemenet deoc’h.
(14) Ar zoudarded ive a c’houlennaz diganthan : Ha ni, petra a raimp-ni ? Hag hen a lavaraz dezhe : Na wall-dretit den, na dromplit den, mes bezit contant euz ho pae.
(15) Hag evel ma oa ar bobl en gortoz, ha ma rezone an holl en ho c’halonou divarben Ian daoust ha ne oa ket hen ar C’hrist, (16) Ian a gomzaz hag a lavaraz d’an holl : Evidoun-me a vadez ac’hanoc’h en dour ; mes dond a ra unan all muioc’h galloudec eged’oun ; ha n’oun ket dign da zilassa dezhan correou he voutou ; hennes ho padezo er Spered-Santel hag en tan. (17) He groe a zo ganthan en he zorn, netaad a rai mad he leur, hag e tastumo ar gwiniz en he c’hreuniel ; mes ar pell a lako da zevi en eun tan ha ne vougo biken.
(18) Ober a rea c’hoas meur a exhortation all d’ar bobl, en eur brezeg dezhe an Aviel.
(19) Mes Herodes an tetrark, o veza m’hen doa bet rebechou digant Ian, divarben Herodias, greg Philip he vreur, ha divarben an holl fallagriez hen doa great, (20) goude an holl draou fall hen doa great, a reaz c’hoas hou-man, lakaad a reaz teurel Ian er prizon.
(22) Hogen, evel ma tostae ar bobl holl evit beza badezet, Jesus a oe badezet ive ; hag e-pad ma oa o pedi, an env a zigoraz, (22) hag ar Spered-Santel a ziskennaz varnezhan gant eur c’horf henvel ouz eur goulm ; hag e teuaz eur vouez euz an env, hag a lavaraz : Te eo va Mab muia-karet, en pehini ema va holl flijadur.
(23) Ha Jesus a oa var-dro tregont vloaz pa gommansaz da brezeg, hag e oa evel ma credet, mab da Josef, da Heli, (24) da Vatthat, da Levi, da Velchi, da Janna, da Josef, (25) da Vattathias, da Amos, da Nahum, da Heli, da Nagge, (26) da Vaaht, da Tattathias, da Semeï, (27) da Josef, da Juda, da Johanna, da Rhesa, da Zorobabel, da Salathiel, da Neri, (28) da Velchi, da Addi, da Gosam, da Elmodam, da Her, (29) da Jose, da Eliezer, da Jorim, (30) da Vatthat, da Levi, da Simeon, da Juda, da Josef, da Jonan, (31) da Eliakim, da Velea, da Vaïnan, da Vattatha, da Nathan, (32) da Zavid, da Jesse, da Obed, da Vooz, da Salmon, da Naason, (33) da Aminadab, da Aram, da Esrom, da Pharez, da Juda, (34) da Jacob, da Isaac, da Abraham, da Dare, da Nachor, (35) da Saruch, da Ragaü, da Phaleg, da Heber, da Sala, (36) da Gaïnan, da Arphaxad, da Sem, (37) da Noe, da Lamech, da Vathusala, da Henoch, da Jared, da Valaleel, da Gaïnan, da Enos, da Seth, (38) da Adam, mab da Zoue.
ESUS, o veza leun euz ar Spered-Santel, a zistroaz euz ar Jourdan, hag a oe kasset gant ar Spered ebarz an dezert ; (2) eno e oe tentet gant an diaoul daou-ugent devez, ha na zebraz netra e-pad an deiziou-ze ; mes pa oant tremenet, hen doe naoun. (3) Neuze an diaoul a lavaraz dezhan : Mar d’oud Mab Doue, lavar d’ar mean-man trei en bara. (4) Ha Jesus a respontaz dezhan : Scrivet eo : An den na vevo ket gant bara hep-ken, mes gant pep ger euz a Zoue. (5) Neuze an diaoul hen kassaz var eur menez huel, hag a ziskouezaz dezhan en eur momant holl rouanteleziou ar hed ; (6) hag an diaoul a lavaraz dezhan : Kei a rin d’id an holl buissans-ze ha gloar ar rouanteleziou-ze ; rag roet eo bet d’in, ha me a ro anezhan d’an neb a fell d’in. (7) Rag-se mar en em brosternez dirazoun, kement-se holl a vezo d’id. (8) Mes Jesus a respontaz dezhan : Tec’h kuit diouzin, Satan ; rag scrivet eo : An Aotrou da Zoue a adori, hag hen hep-ken a zervichi. (9) Kas a reaz anezhan ive da Jerusalem, hag e lekeaz anezhan var lein an templ, hag e lavaraz dezhan : Mar d’oud Mab Doue, en em daol ac’hann d’an traon ; (10) rag scrivet eo e c’hourc’hemeno d’he elez divar da ben, evit ma tiwallint ac’hanoud, (11) ha ma tougint ac’hanoud etre ho daouarn, gant aoun na stokfe da droad ouz eur mean-benag. (12) Mes Jesus a respontaz dezhan : Lavaret eo : Na denti ket an Aotrou da Zoue.
(13) Hag an diaoul, o veza achuet an holl dentation, a guitaaz anezhan evit eun amzer.
(14) Ha Jesus a zistroaz dre c’halloud ar Spered en Galile, hag ar vrud anezhan a redaz dre ar vro holl tro-var-dro. (15) Rag kelen a rea en ho zinagogou, hag e oa henoret gant an holl.
(16) Ha Jesus a zeuaz da Nazaret, en pe leac’h e oa bet savet, hag evel ma oa he gustum, ec’h antreaz da zeiz ar sabbat er sinagog, hag e savaz evit lenn. (17) Hag e oe roet dezhan levr ar profet Izaias, hag o veza digoret al levr, e kavaz al leac’h e pehini e oa scrivet : (18) Spered an Aotrou a zo varnoun, abalamour da ze hen deuz va eoliet evit prezeg an Aviel d’ar beorien ; va c’hasset hen deuz evit iac’haad ar re a zo mantret ho c’halon ; (19) evit annonsan delivrans d’ar gaptived, hag an distro euz ar gwelet d’ar re dall ; evit lakaad en liberte ar re a zo opprimet, hag evit embann bloavez favorabl an Aotrou.
(20) Ha goude beza serret al levr, ha roet anezhan d’ar ministr, ec’h azezaz ; ha daoulagad kement a oa er sinagog a oa batet varnezhan.
(21) Neuze e commansaz lavaret dezhe : Hirio eo accomplisset ar gomz-ze euz ar Scritur, hag her c’hlevet a rit. (22) An holl a roe testeni dezhan, hag a oa souezet euz ar c’homzou a c’hras a zeue euz he c’henou, hag e lavarent : Ha n’eo ket hennes mab Josef ? (23) Hag hen a lavaraz dezhe : Hep mar c’houi a lavaro d’in ar proverb-man : Medeusin, en em iac’ha da-unan ; gra ive aman en da vro, kement ha m’hon euz klevet ec’h euz great en Capernaüm. (24) Mes lavaret a reaz : E gwirionez hen lavaran deoc’h, profet e-bed n’ed eo digemeret mad en he vro he-unan. (25) E gwirionez hen lavaran deoc’h : Bez’ e oa kalz a intanvezed en Israel en amzer Elias, pa oe serret an env e-pad tri bloaz ha c’houec’h miz, en hevelep doare ma c’hoarvezaz eur gernez vraz dre ar vro holl. (26) Koulskoude Elias na oe kasset etrezeg hini anezhe, nemed etrezeg eur vreg intanvez euz a Sarepta, en Sidon. (27) Bez’ e oa ive kalz a dud lor en Israel en amzer ar profet Elizeüs ; mes hini anezhe na oe neteet, nemed Naaman, ar Siread.
(28) Hag ar re a oa er sinagog, o klevet kement-se, a oe holl leun a goler. (29) Hag o sevel ac’hane, e vountjont anezhan er meaz euz ho c’hear, hag e kasjont anezhan ganthe beteg beg ar menez var behini e oa savet ho c’hear, evit hen stlapa d’an traon. (30) Mes hen a dremenaz dre ho c’hreiz, hag a ieaz kuit.
(31) Hag e tiskennaz da Capernaüm, kear euz a C’halile, hag e kelenne anezhe deiziou ar sabbat. (32) Hag e oent souezet gant he gelennadurez ; rag komz a rea gant otorite.
(33) Hogen, bez’ e oa er sinagog eun den dalc’het gant eur spered impur, pehini a griaz gant eur vouez huel : (34) Ha ! petra a zo etre te ha ni, Jesus a Nazaret ? Ha deuet oud-de evit koll ac’hanomp ? Gouzoud a ran piou oud : Ar Zant a Zoue. (35) Ha Jesus a c’hourdrouzaz anezhan, en eur lavaret : Tav, ha kea er meaz euz an den-ze. Hag an drouk-spered, o veza hen taolet e-kreiz an assamble, a ieaz er meaz euz anezhan, heb ober droug e-bed dezhan. (36) Hag e oent holl spountet braz, hag e lavarent etrezhe : Petra eo an dra-man ? Gourc’hemen a ra gant otorite ha gant galloud d’ar sperejou louz, hag e sortiont ! (37) Hag ar vrud anezhan a ieaz en pep leac’h er vro tro-var-dro.
(38) Jesus, o veza eat er meaz euz ar sinagog, a ieaz en ti Simon. Hogen, mam-gaer Simon a oa klanv gant eur gwall derzien, hag e pedjont anezhan evithi. (39) Hen eta, o veza en he za a-uz dezhi, a c’hourc’hemenaz d’an derzien, hag an derzien a guitaaz anezhi ; hag hi a zavaz kerkent, hag a zervichaz anezhe.
(40) Pa oe kuzet an heol, kement hini hen doa tud klanv gant meur a seurt klenved, ho c’hassaz dezhan ; hag hen ho fareaz en eur astenn he zaouarn var bep hini anezhe. (41) An drouk-sperejou ive a zortie euz a veur a hini, en eur grial, hag en eur lavaret : Te eo ar C’hrist, Mab Doue ; mes hen ho reprene, ha na bermete ket dezhe lavaret e ouient e oa hen ar Christ.
(42) Kerkent ha ma oa tarzet an deiz, ez eaz er meaz, da eul leac’h dezert, hag eur bobl vraz, a oa ouz he glask, a zeuaz beteg enhan, hag ho doa c’hoant derc’hel anezhan, evit na’z aje ket kuit diouthe. (43) Mes hen a lavaraz dezhe : Red eo d’in prezeg ive rouantelez Doue d’ar c’heariou all ; rag evit se eo ez oun bet digasset.
(44) Hag e prezege e sinagogou ar Galile.
VEL ma oa Jesus var bord lenn vraz Genezaret, ar bobl en em daole varnezhan evit klevet ger Doue. (2) Hag o veza gwelet diou vag var bord al lenn, euz a bere ar besketerien a oa diskennet da walc’hi ho rouejou, e pignaz en unan euz ar bagou-ze, pehini a oa da Simon, (3) hag e pcdaz anezhan da bellaad eun neubeud euz an douar ; hag o veza azezet, e kelenne ar bobl divar ar vag.
(4) Pa hen doe ehanet da gomz, e lavaraz da Simon : Kea larkoc’h en dour doun, ha taolit ho rouejou evit pesketa. (5) Simon a respontaz dezhan : Mestr, labouret hon euz hed an noz, ha n’hon euz tapet netra ; kouiskoude, var da c’her e taolin ar roued. (6) Hag o veza great kement-se, e tapjont eun niver braz a besked ; hag o veza ma tore ho roued, (7) e rejont sin d’ho c’hen-sorted, pere a oa er vag all, da zond d’ho zicour ; dond a rejont, hag e leunjont an diou vag, en hevelep doare ma oant prest da anfonci. (8) Simon Per, o veza gwelet kement-se en em daolaz da dreid Jesus, hag a lavaraz : Aotrou, pella diouzin ; rag me a zo eur pec’her. (9) Rag ar spount a oa croget enhan, hag er re holl a oa assambles ganthan, abalamour d’ar besketerez ho doa great ; hag ive en Jakes ha Ian, mibien Zebede, pere a oa kensorted da Simon. (10) Ha Jesus a lavaraz da Simon : N’az pe ket a aoun ; divar-vreman e vezi pesketer tud beo. (11) Hag o veza digasset ar bagou d’an douar, e kuitejont pep tra hag ec’h heuljont anezhan.
(12) Pa oa Jesus en eur gear euz ar Galile, eun den goloet a lorgnez, o veza gwelet anezhan, en em daolaz d’an douar var he vizach, hag hen pedaz, o lavaret : Aotrou, mar fell d’id, ec’h hellez va netaad. (13) Ha Jesus a astennaz he zorn, hag a douchaz outhan, en eur lavaret : Felloud a ra d’in, bez net. Ha rag-tal, al lorgnez a guitaaz anezhan. (14) Ha Jesus a c’hourc’hemenaz dezhan diwall da lavaret kement-se da zen e-bed ; mes kea, emezhan, en em ziskouez d’ar beleg, hag offr evit da burification ar pez a zo bet gourc’hemenet gant Moises, evit ma servicho kement-se da desteni dezhe.
(15) Hag ar vrud anezhan a rede mui-oc’h-mui, hag eur bobl vraz a dud en em zastume evit klevet anezhan, hag evit beza iac’heet ganthan euz ho c’hlenvejou. (16) Mes hen en em denne ebarz an dezert, hag e pede.
(17) Hogen, eun devez ma oa o kelen, e c’hoarvezaz ma oa azezet eno Farizianed ha doctored euz al lezen, pere a oa deuet euz a holl vourkou Galile, euz ar Jude, hag euz a Jerusalem, ha galloud an Aotrou a oa eno evit iac’haad ar re glanv. (18) Neuze e teuaz tud pere a zouge var eur gwele eun den hag a oa paralitic, hag e klaskent mond ganthan ebarz an ti, hag hen lakaad dirazhan. (19) Hag, evel ne ouient dre be leac’h mond ebarz, abalamour d’ar bobl, e pignjont var c’horre an ti, hag e tiskenjont anezhan dre an teol gant he vele, e-kreiz an dud, dirag Jesus, (20) pehini, o velet ho feiz, a lavaraz dezhan : O den, da bec’hejou a zo pardonet d’id. (22) Neuze ar Scribed hag ar Farizianed a gommansaz da rezoni ha da lavaret : Piou eo he-man pehini a lavar blasphemou ? Piou a hell pardoni ar pec’hejou, nemed Doue hep-ken ? (22) Mes Jesus, oc’h anaoud ho zonjezonou, a gomzaz outhe hag a lavaraz : Petra a rezonit-hu en ho calonou ? (23) Pehini eo an ezeta, pe lavaret : Da bec’hejou a zo pardonet d’id ; pe lavaret : Sav alese ha kerz ? (24) Hogen, evit ma ouezot penaos Mab an den hen deuz ar galloud var an douar da bardoni ar pec’hejou : Sav, emezhan d’ar paralitic, me hen lavar d’id, doug da vele, ha kea d’ar gear. (25) Hag e savaz ragtal dirazhe ; hag o tougen ar gwele var behini e oa gourvezet, ez eaz d’he di, en eur veuli Doue. (26) Hag holl e oent souezet braz, hag e veulent Doue ; hag e teuaz aoun dezhe, hag e lavarent : Traou burzudus hon euz gwelet hirio.
(27) Goude-ze ez eaz er meaz, hag e velaz eur publican hanvet Levi, azezet en bureo ar c’hargou ; hag e lavaraz dezhan : Deuz d’am heuil. (28) Hag hen, o kuitaad pep tra, a zavaz hag a heulliaz anezhan.
(29) Ha Levi a reaz dezhan eur fest braz en he di, ha bez’ e oa eun niver braz a bublicaned hag a re all azezet ouz taol ganthe. (30) Hag ar re anezhe a oa Scribed ha Farizianed a vurmure hag a lavare d’he ziskibien : Perag e tebrit-hu hag ec’h evit-hu gant publicaned ha tud a vuez fall ? (31) Ha Jesus, o komz outhe, a lavaraz : N’e ket ar re iac’h ho deuz ezom a vedeusin ; mes ar re glanv eo. (32) N’oun ket deuet evit gervel ar re just d’ar gonversion, mes ar bec’herien.
(33) Neuze e leverjont dezhan : Perag e iun alies diskibien Ian hag e reont pedennou evel diskibien ar Farizianed, e-leac’h da re-te a zebr hag a ev ? (34) Hag hen a lavaraz dezhe : Daoust ha c’houi a hell lakaad mignoned ar pried da iun, e-pad ma ema ar pried ganthe ? (35) Mes dond a rai an deiziou ma vezo lammet ar pried diganthe ; a-neuze e iunint en deiziou-ze.
(36) Lavaret a eure ive eur barabolen dezhe : Den na laka eun tam euz a eur zae nevez ouz eur zae goz ; anez, an tam nevez a rogfe an hini koz, hag an tam kemeret euz an hini nevez na vezfe ket deread deuz an hini koz. (37) Den ken neubeud na laka gwin nevez en barikennou koz ; anez, ar gwin nevez a dorfe ar barikennou, hag e vezfe skulliet, hag ar barikennou a vezfe kollet. (38) Mes red eo lakaad ar gwin nevez en barikennou nevez ; hag evel-se e virer an eil hag egile.
(39) Ha den goude eva gwin koz, na c’houlen rag-tal an hini nevez ; rag, emezhan, ar gwin koz a zo gwelloc’h.
HOARVEZOUD a reaz, deiz ar Sabbat a c’halver an eil-kenta, ma tremene Jesus dre an ed, hag he ziskibien a denne tamoezennou, ha goude ho frika en ho daouarn, e tebrent anezhe. (2) Hag hinienou euz ar Farizianed a lavaraz dezhe : Perag e rit-hu ar pez n’eo ket permetet da ober en deiziou ar sabbat ? (3) Neuze Jesus, o komz, a lavaraz dezhe : Ha n’hoc’h euz-hu ket lennet petra a reaz David, pa hen devoe naoun hen hag ar re a oa assambles ganthan ? (4) Penaos ec’h antreaz en ti Doue, e kemeraz hag e tebraz ar baraou consacret, hag e roaz ive d’ar re a oa ganthan, petra-benag n’eo permetet ho dibri nemed d’ar veleien hepken ? (5) Hag e lavaraz dezhe : Mab an den a zo Mestr, memeus var ar sabbat.
(6) C’hoarvezoud a eure c’hoas, da zeiz eur sabbat all, ma’z eaz er sinagog, ha ma kelenne ; hag e oa eno eun den hag a oa dizec’het he zorn deo. (7) Hogen, ar Scribed hag ar Farizianed a zelle piz outhan, evit gwelet hag hen a iac’haje da zeiz ar sabbat, evit kaout leac’h d’hen tamal ; (8) mes, o veza ma c’hanaveze ho zonjezonou, e lavaraz d’an den pehini hen doa eun dorn dizec’het : Sav, ha choum aze er c’hreiz. Hag he-man, o veza savet, a choumaz en he za. (9) Neuze Jesus a lavaraz dezhe : Me a c’houlenno eun dra diganeoc’h : Ha permetet eo, da zeiziou ar sabbat, ober vad, pe ober drouk, savetaad eun den, pe hen lezel da berissa ? (10) Hag o veza sellet ouz ar re holl a oa en dro dezhan, e lavaraz d’an den-ze : Astenn da zorn. Ober a reaz kement-se, hag he zorn a zeuaz iac’h evel egile. (11) Hag e oent leun a fulor, hag e komzent etrezhe da c’houzout petra a heljent ober da Jesus.
(12) En amzer-ze, Jesus a zavaz var eur menez evit pedi ; hag e tremenaz an noz o pidi Doue.
(13) Ha pa oe deuet an deiz, e c’halvaz he ziskibien, hag e choazaz daouzec anezhe, pere ive a hanvaz ebestel ; (14) Simon, pehini a hanvaz Per, hag Andre he vreur, Jakes ha Ian, Philip ha Bartelemi, (15) Maze ha Thomas, Jakes, mab Alfe, ha Simon, hanvet Zelot, (16) Jud, breur Jakes, ha Judas Iscariot, an hini a drahissaz anezhan.
(17) Neuze o veza diskennet ganthe, e choumaz en eur blenen gant he vanden diskibien, hag eur bobl vraz a dud euz ar Jude holl, euz a Jerusalem, hag euz ar vro arvorec a Dir hag a Sidon, pere a oa deuet evit hen klevet hag evit beza iac’heet euz ho c’hlenvejou. (18) Hag ar re a oa tourmantet gant sperejou impur a oa ive iac’heet. (19) Hag ar bobl holl a glaske touch diouthan, rag dond a rea euz anezhan eur vertuz hag a iac’hae anezhe holl.
(20) Neuze Jesus, o veza savet he zaou-lagad var he ziskibien, a lavaraz :
Eürus oc’h, c’houi pere a zo paour, rag rouantelez Doue a zo deoc’h. (21) Eürus oc’h, c’houi pere hoc’h euz naoun breman, rag leuniet e veot. Eürus oc’h, c’houi pere a wel breman, rag karget e veot a joa. (22) Eürus e veot pa ho devezo an dud kassoni ouzoc’h, pa veot chasseet, hag outrajet ganthe, ha pa lakint hoc’h hano da dremen evit eun hano fall, abalamour da Vab an den. (23) Bezit leun a laouenedigez en deiz-ze, ha tridit gant ar joa ; rag ho recompans a vezo braz en env. Rag evelse ive eo ho deuz ho zadou tretet ar brofeted. (24) Mes malheur deoc’h-hu, tud pinvidic, rag recevet hoc’h euz ho consolation. (25) Malheur deoc’h-hu pere a zo rassaziet, rag naoun ho pezo. Malheur deoc’h-hu pere a c’hoarz breman ; rag c’houi a welo hag a huanado. (26) Malheur deoc’h-hu, pa lavaro an holl dud vad divar ho pen ; rag evel-se eo ho deuz great ho zadou e-kenver ar fals-profeted.
(27) Mes me a lavar deoc’h-hu pere a zelaou ac’hanoun : Karit hoc’h enebourien ; grit vad d’ar re ho deuz kassoni ouzoc’h ; (28) roit ho pennoz d’ar re a ro malloz deoc’h ha pedit evit ar re a wall-gomz ouzoc’h ; (29) d’an hini a sko ac’hanoud var eur jod, tro outhan da jod all ; hag an hini a lam da vantel diganez, lez anezhan da gemeret ive da zae. (30) Ro da gement hini a c’houlen diganez, ha mar teu unan-benag da lemmel diganez da dra, na c’houlen ket anezhan diganthan. (31) Kement tra e karfec’h gwelet an dud all oc’h ober deoc’h, grit-han ive dezhe. (32) Rag ma na girit nemed ar re a gar ac’hanoc’h, pe seurt anaoudegez-vad a dleer deoc’h ? rag an dud a vuez fall a gar ive ar re ho c’har. (33) Ha ma na rit vad nemed d’ar re a ra vad deoc’h, pe seurt anaoudegez-vad a dleer deoc’h ? rag an dud a vuez fall a ra ar memeus tra. (34) Ha ma na brestit nemed d’ar re digant pere emoc’h en gortoz da receo, pe seurt anaoudegez-vad a dleer deoc’h ? rag an dud a vuez fall a brest ive d’an dud a vuez fall, evit receo kemend-all. (35) Mes karit hoc’h enebourien, grit vad, ha prestit hep gortoz netra, hag ho recompans a vezo braz, hag e veot bugale an Holl-C’halloudec, rag hen a zo mad e-kenver ar re ingrat hag ar re fall. (36) Bezit eta trugarezus, evel ma’z eo ive ho Tad leun a drugarez.
(37) Na varnit ket, ha na veot ket barnet ; na gondaonit ket, ha na veot ket condaonet : pardonit, hag e veot pardonet ; (38) roit, hag e vezo roet deoc’h ; roet e vezo deoc’h en ho parlen eur muzur mad, moustret, hag hijet, ken a rullio dreist ar bord ; rag diouz ar memeus muzur gant pehini e vuzurit e vezo muzuret deoc’h.
(39) Lavaret a rea ive dezhe eur barabolen : Daoust hag eun den dall a hell ren eun den dall ? Ha na gwezint-hi ket ho daou er poull ? (40) An diskibl n’ed eo ket huelloc’h eged he vestr ; mes pep diskibl mad a dle beza henvel ouz he vestr.
(41) Ha perag e sellez-te ouz eur blouzen a zo e lagad da vreur, ha na velez-te ket an treust a zo en da lagad daunan ? (42) Pe c’hoas, penaos ec’h hellez-te lavaret d’az preur : Va breur, lez ac’hanoun da denna ar blouzen a zo en da lagad, ha te ne velez ket an treust a zo en da lagad da-unan ? Hipocrit ma’z oud, tenn da genta an treust euz da lagad da-unan, ha neuze e veli penaos tenna ar blouzen euz lagad da vreur.
(43) Gwezen vad e-bed na ro frouez fall, ha gwezen fall e-bed na ro frouez mad. (44) Rag pep gwezen a vez anavezet diouz he frouez. Na vez ket dastumet a fiez divar ar spern, na rezin divar ar bod-drez. (45) An den mad a denn traou mad euz a denzor mad he galon, hag an den fall a denn traou fall euz a denzor fall he galon ; rag euz a abondans ar galon eo e komz ar genou.
(46) Hogen, perag e c’halvit-hu ac’hanoun Aotrou, Aotrou, pa na rit ket ar pez a lavaran ? (47) Me a ziskouezo deoc’h ouz piou eo henvel kement hini a zeu d’am c’havout, a zelaou va c’homzou, hag ho laka en pratic. (48) Henvel eo ouz eun den hag a zav eun ti, ha pehini, goude beza toullet ha kleuzet doun, hen deuz diazezet ar fondamant var ar roc’h ; hag an dour braz a zo deuet, hag a zo en em daolet gant fulor ouz an ti-ze, mes n’hen deuz ket gallet hen finva, abalamour ma oa fontet var ar roc’h. (49) Mes an hini a zelaou, ha na laka ket en pratic, a zo henvel ouz eun den hag hen deuz savet he di var an douar, hep fondamant ; an dour braz a zo en em daolet gant fulor ouz an ti-ze, ha kerkent ez eo kwezet, ha spountus eo bet rivin an ti-ze.
A hen doe Jesus peur-lavaret an holl gomzou-ze dirag ar bobl a oa ouz hen selaou, ec’h antreaz en Capernaüm.
(2) Ha mevel eur c’hantener, karet meurbed gant he vestr, a oa klanv, ha prest da vervel. (3) Ar c’hantener, o veza klevet komz euz a Jesus, a gassaz d’he gavout lod euz ar re Ancien a-douez ar Judevien, evit pedi anezhan da zond da iac’haad he vevel. (4) Ar reman, o veza deuet da gavout Jesus, a bedaz anezhan stard, en eur lavaret : Dign eo ma rafez kement-se evithan ; (5) rag karantez hen deuz evit hon fobl, hag hen eo hen deuz savet deomp ar sinagog. (6) Jesus eta a ieaz ganthe.
Ha pa ne oa mui pell euz an ti, ar c’hantener a gassaz unan-benag euz he vignoned etrezeg enhan, da lavaret dezhan : Aotrou, na gemer ket ar boan-ze, rag n’oun ket dign ec’h antrefez dindan va zoen. (7) Dre-ze n’oun ket en em gavet dign va-unan da vond beteg enoud ; mes lavar eur ger hep-ken, ha va mevel a vezo rentet pare. (8) Rag evidoun-me, petra-benag ma’z oun dindan otorite tud-all, em euz dindan-oun soudarded ; hag e lavaran da unan : Kea, hag ez a ; ha da eun all : Deuz, hag e teu ; ha d’am mevel : Gra an dra-man, hag her gra. (9) Pa glevaz Jesus kement-se ec’h admiraz ar c’hantener, hag o veza distroet, e lavaraz d’ar bobl a oa oc’h heuil anezhan : Me a lavar deoc’h n’em euz ket kavet, memeus en Israel, eur feiz ker braz. (10) Ha pa oe distroet d’ar gear ar re a oa bet kasset etrezeg Jesus, e kavjont iac’h mad ar mevel a oa bet klanv.
(11) An deiz varlerc’h, Jesus a oa o vond da eur gear hanvet Naïn, hag ez ea ganthan kalz euz he ziskibien hag eur bobl vraz. (12) Ha pa oa o tostaad ouz dor kear, e velaz dougen d’ar vered eun den maro, mab unic eun intanvez, hag e oa ganthi kalz a dud euz a gear. (13) Hag an Aotrou, pa velaz anezhi, hen doe truez outhi, hag e lavaraz dezhi : Na wel ket. (14) Hag o veza tosteet, e touchaz ouz an archet, hag an dougerien a choumaz en ho za ; hag e lavaraz : Den yaouank, me eo hen lavar d’id : Sav alese. (15) Hag an den maro a zavaz en he gouaze, hag a gommansaz da gomz. Ha Jesus a roaz anezhan d’he vam. (16) Hag e oent holl spountet, hag e rentjont gloar da Zoue, en eur lavaret : Eur profet braz a zo savet en hon touez, ha Doue hen deuz bizitet he bobl. (17) Hag ar gomz-man ho doa lavaret divar he ben, a redaz dre ar Jude holl ha dre ar broiou tro-var-dro.
(18) Hogen, diskibien Ian a gontaz an holl draou-ze dezhan.
(19) Ha Ian a c’halvaz daou euz he ziskibien, hag ho c’hassaz da gavout Jesus, evit lavaret dezhan : Ha te eo an hini a dlie dont, pe unan all a dleomp-ni da c’hortoz ? (20) An dud-se eta, o veza deuet da gavout Jesus, a lavaraz dezhan : Ian ar Badezour hen deuz hon digasset d’az kavoud, da lavaret d’id : Ha te eo an hini a dlie dont, pe unan all a dleomp-ni da c’hortoz ? (22) Hogen, en heur-ze memeus, Jesus a iac’heaz kalz a dud euz ho c’hlenvejou, euz ho gwall-boaniou, hag euz an drouk-sperejou, hag e roaz ar gwelet da veur a zen dall. (22) Neuze, en eur respont, e lavaraz dezhe : It, ha lavarit da Ian kement hoc’h euz gwelet ha klevet : penaos ar re dall ho deuz ar gwelet, ar re gam a vale eün, an dud lor a zo neteet, ar re vouzar a glev, ar re varo a zistro d’ar vuez, an aviel a zo prezeget d’ar beorien ; (23) hag eürus eo an hini na vezo ket scandalizet abalamour d’in.
(24) Pa oe eat kuit kannaded Ian, Jesus a gommansaz da gomz d’ar bobl divarben Ian : Da velet petra oc’h-hu eat en dezert ? Eur gorzen hijet gant an avel ? (25) Mes da velet petra oc’h-hu eat ? Eun den gwisket gant dillad kaer ? Setu, ar re a zo gwisket kaer, hag a vev e-kreiz ar plijudarezou, a zo en tiez ar rouane. (26) Mes da velet petra oc’h-hu eat ? Eur profet ? Ia, hen lavaret a ran deoc’h, ha kalz muioc’h eged eur profet. (27) Hennes eo an hini divarben pehini eo scrivet : Setu ma kassan va c’hannad dirag da faç, da brepari an hent diraz’oud. (28) Rag hen lavaret a ran deoc’h, e-touez ar re a zo ganet divar gragez, n’euz ket eur profet brassoc’h eged Ian ar Badezour ; ha koulskoude an distera en rouantelez Doue a zo brassoch egethan.
(29) Hag ar bobl holl hen deuz selaouet anezhan, hag ar bublicaned, ho deuz justifiet Doue, o veza bet badezet gant badiziant Ian. (30) Mes ar Farizianed ha doctored al lezen, o veza n’int ket bet badezet gant Ian, ho deuz taoiet diouthe, evit ho brassa koll, ar volontez-vad a Zoue en ho c’henver.
(31) Neuze an Aotrou a lavaraz : Ouz petra eta e comparajin-me an dud euz an amzer-man, hag ouz piou int-hi henvel ? (32) Henvel int ouz bugale azezet var ar blasen public pere a gri an eil d’egile, hag a lavar : Sonet hon euz deoc’h gant ar fleüt, ha n’hoc’h euz ket danset, canet hon euz deoc’h canouennou hirvoudus, ha n’hoc’h euz ket skulliet a zaelou. (33) Rag Ian ar Badezour a zo deuet, hep debri bara, nag eva gwin ; hag e livirit : Eun drouk spered a zo enhan. (34) Mab an den a zo deuet, o tibri hag oc’h eva, hag e livirit : Setu aze eun deber hag eun ever, eur mignon d’ar bublicaned ha d’ar bec’herien. (35) Mes ar furnez a zo bet justifiet gant he holl vugale.
(36) Eur Farizian, o veza pedet Jesus da zond d’he di da zibri assambles ganthan, ez eaz en ti ar Farizian-ze, hag en em lekeaz ouz taol.
(37) Hag eur vaouez euz a gear, pehini a oa eur plac’h a vuez fall, o veza klevet e oa ouz taol, en ti ar Farizian, a zigassaz eur bessel alabastr, leun a eol a c’houez-vad. (38) Hag oc’h en em zerc’hel adre ouz treid Jesus, o wela, e commansaz da c’hlebia he dreid gant he daelou, hag e sec’he anezhe goude gant he bleo, o pokad d’he dreid, hag oc’h eolia anezhe gant an eol a c’houez-vad. (39) Ar Farizian pehini hen doa pedet anezhan, pa velaz kement-se, a lavaraz enhan he-unan : Ma vije an den-man eur profet, ec’h ouvezje piou eo ar vaouez a douch outhan, ha penaos ez eo eur plac’h a vuez fall.
(40) Neuze Jesus, o komz, a lavaraz dezhan : Simon, eun dra em euz da lavaret d’id. Hag hen a respontaz : Lavar eta, Mestr. (41) Eun den hen doa daou all hag a dlie arc’hant dezhan, unan anezhe a dlie pemp kant diner, hag egile hanter-kant. (42) Hag, o veza n’ho doa ket peadra da baea, e tiskargaz anezhe ho daou euz ho dle. Lavar d’in eta, pehini anezhe ho daou a garo anezhan ar muia ? (43) Simon a respontaz : Me a gav d’in ez eo an hini hen deuz bet ar brassa diskarg. Jesus a lavaraz dezhan : Barnet mad ec’h euz.
(44) Neuze, o veza troet ouz ar vaouez, e lavaraz da Simon : Ha gwelet a rez-te ar vaouez-ze ? Deuet oun en da di, ha n’ec’h euz ket roet a zour d’in evit gwalc’hi va zreid ; mes hou-man he deuz gwalc’het va zreid gant he daelou, hag he deuz ho zec’het gant he bleo. (45) Te n’ec’h euz roet pok e-bed d’in ; mes hou-man, abaoe ma’z oun deuet en ti, n’he deuz ket ehanet da bokad d’am zreid. (46) Te n’ec’h euz ket skulliet a eol var va fen ; mes hou-man he deuz skuliet eol a c’houez-vad var va zreid. (47) Rag-se hen lavaran d’id, he fec’hejou pere a zo eun niver braz anezhe, a zo bet pardonet dezhi ; rag karet he deuz kalz ; mes an hini da behini e pardoner neubeud, a gar neubeud. (48) Neuze e lavaraz dezhi : Da bec’hejou a zo pardonnet d’id. (49) Hag ar re a oa ouz taol ganthan a gommansaz da lavaret enhe ho-unan : Piou eo heman, pehini memeus a bardon ar pec’hejou ? (50) Mes hen a lavaraz d’ar vaouez ; Da feiz hen deuz da zaveteet ; kea en peoc’h.
OUDE-ZE, Jesus a iea euz an eil kear hag euz an eil bourgaden d’eben, en eur brezeg hag en eur annons ar c’helou mad euz a rouantelez Doue ; (2) hag an daouzec a oa ganthan, hag ive eun neubeud merc’hed pere a oa bet delivret euz a zrouk-sperejou hag euz a glenvejou ; Mari, galvet Magdalen, euz a behini e oa sortiet seiz drouk-spered ; (3) ha Janned, greg Chouza, ministr Herodes, Suzanna, ha meur a hini all, pere a zicoure anezhan gant ho madou.
(4) Hogen, evel ma en em dastume eur bobl vraz, ha ma teue d’he gavout kalz a dud euz an holl geariou, e lavaraz dezhe ar barabolen-man : (5) Eun hader a ieaz er meaz evit hada he had, hag en eur hada, lod a gwezaz a-hed an hent, hag a oe mac’het, hag al lapoused euz an env a zebraz anezhan hoil. (6) Ha lod all a gwezaz var douar meinec ; ha pa oe diwanet, e sec’haz, o veza ne oa ket a zaour en douar. (7) Lod all a gwezaz e-touez ar spern, hag ar spern a greskaz assambles gant ar greun, hag a vougaz anezhan. (8) Lod all a gwezaz en douar mad, hag a zavaz hag a roaz frouez, kant evit unan. O lavaret kement-man, e crie : Ra zelaouo an neb hen deuz diou-skouarn evit klevet !
(9) He ziskibien a c’houlennaz diganthan petra a zinifie ar barabolen-ze. (10) Hag hen a respontaz : Deoc’h-hu eo bet roet da anaoud ar mysteriou euz a rouantelez Doue ; mes d’ar re all ne gomzer a gement-se nemed dre barabolennou, en hevelep doare ma velint heb gwelet, ha ma klevint heb compren. (11) Setu aman eta ar pez a zinifi ar barabolen-ze.
(12) An had eo ger Doue ; ar re a receo anezhan a-hed an hent eo ar re hen selaou ; mes an diaoul a zeu, hag a denn ar ger-ze euz ho c’halonou, gant aoun ne deufent da gredi ha da veza salvet ; (13) ar re a receo anezhan var douar meinec eo an dud pere, o veza klevet ar ger, a receo anezhan gant joa, mes n’ho deuz ket a c’hrizien, ha na gredont nemed evit eun neubeud amzer ; ha pa deu an dentation, e tec’hont kuit ; (14) hag ar pez a zo kwezet e-touez ar spern, eo ar re ho deuz klevet ar ger ; ha pere en eur vond kuit, a lez ar ger da veza mouget gant ar sourciou, gant ar pinvidigeziou, hag ar plijadurezou euz ar vuez-man, en hevelep doare ma na zougont ket ho frouez beteg beza dare ; (15) mes ar pez a zo kwezet en douar mad, eo ar re pere, o veza klevet ar ger gant eur galon bur ha mad, a vir anezhan hag a gendalc’h da zougen frouez.
(16) Den e-bed, goude beza alumet eur c’houlaouen, na c’holo anezhi gant eur bessel, ha ne laka anezhi dindan ar gwele ; mes hel lakaad a ra var eur c’hantoleur, evit ma c’hello ar re a zeu en ti gwelet ar sclerijen. (17) Rag n’euz netra kuzet ha na dle beza discleriet, na netra goloet ha na dle beza dizoloet, ha dond da veza anat. (18) Rag-se likit evez penaos e selaouit ; rag d’an neb hen deuz e vezo roet, mes an neb n’hen deuz ket, a vezo lammet diganthan memeus ar pez a zonj dezhan hen deuz.
(19) Neuze he vam hag he vreudeur a zeuaz d’he gavout ; mes na hellent ket tostaad outhan abalamour d’ar bobl. (20) Hag e teujont da lavaret dezhan : Da vam ha da vreudeur a zo aze er meaz, hag ho deuz c’hoant da velet ac’hanoud. (21) Mes hen a respontaz : Ar re a zelaou ger Doue, hag hen laka en pratic, ar re-ze eo va mam ha va breudeur.
(22) Eun devez e c’hoarvezaz ma pignaz en eur vag gant he ziskibien, hag e lavaraz dezhe : Tremenomp en tu all d’ar mor, hag ez ejont. (23) Hag e-pad ma navigent, Jesus a choumaz kousket ; hag eur barrad avel a zavaz var ar mor, ar vag a oa erru leun a zour, hag e oant en danjer braz. (24) Neuze e teujont d’hen kavoud, hag e tihunjont anezhan, en eur lavaret : Mestr, Mestr, emomp o vond da goll. Mes hen, o veza dihunet, a gomzaz gant otorite d’an avel ha d’ar mor, hag ar re-man a davaz, hag an amzer a zeuaz da veza sioul braz. (25) Neuze e lavaraz dezhe : Pe leac’h ema ho feiz ? Hag int, spountet ha souezet braz, a lavare an eil d’egile : Piou eta eo heman, pa gommand memeus d’an avelou ha d’an dour, hag e sentont outhan ?
(26) Neuze e teujont var bord bro ar Gadarened, pehini a zo dirag ar Galile. (27) Ha pa oe diskennet Jesus d’an douar, eun den euz ar gear-ze, hag a oa possedet abaoe peli amzer gant drouk-sperejou, a zeuaz d’he zialben. Ne oa ket a zillad varnezhan, ha ne choume ket er gear, mes er beziou. (28) Kerkent ha ma velaz Jesus, e commansaz da grial hag, oc’h en em deurel e c’harz he dreid, e lavaraz a vouez huel : Petra a zo etre me ha te, Jesus, Mab an Doue Holl-C’halloudec ’ Me az ped, na dourmant ket ac’hanoun. (29) Rag Jesus a gommande d’ar spered hudur mond er meaz euz an den-ze, en pehini e oa crog stard abaoe pell amzer ; kaer e oa staga anezhan gant chadennou hag hen derc’hel gant hualou, terri a rea he ereou, hag an drouk-spered a gasse anezhan ganthan el leac’hiou dezert. (30) Ha Jesus a c’houlennaz diganthan : Pe hano ec’h euz ? Heman a respontaz : Lejion ; rag kalz a zrouk-sperejou a oa antreet enhan. (31) Hag e pedent anezhan ne gommandje ket dezhe mond e punz an abim. (32) Hogen, bez’ e oa eno eur vanden vraz a voc’h o peuri var ar menez ; hag e pedent anezhan d’ho lezel da antren er moc’h-se, ha Jesus hen permetaz dezhe. (33) An drouk-sperejou eta, o veza eat er meaz euz an den-ze, a antreaz er moc’h, hag ar vanden en em daolaz euz ar plas huel-ze er mor, hag e oent beuzet. (34) Hag ar re a oa ouz ho diwall, pa veljont ar pez a oa c’hoarvezet, a redaz kuit hag a gontaz kement-se en kear ha var ar meaz. (35) Neuze an dud a zeuaz er meaz evit gwelet petra a oa c’hoarvezet ; hag o veza deuet da gavout Jesus, e kavjont an den euz a behini e oa eat kuit an drouk-sperejou, azezet e c’harz treid Jesus, gwisket hag en he skiant-vad ; hag e oent leun a spount. (36) Hag ar re ho doa gwelet kement-se a gontaz dezhe penaos e oa bet delivret an den possedet.
(37) Neuze an holl dud euz a vro ar Gadarened hen pedaz da guitaad ho bro ; rag croget e oa eur spount vraz enhe. Pignad a reaz eta var ar vag evit dond var he c’hiz.
(38) Hag an den euz a behini e oa eat kuit an drouk-sperejou, hen pede da lezel anezhan da choum ganthan ; mes Jesus a gassaz anezhan kuit, en eur lavaret : (39) Distro d’ar gear, ha lavar d’an holl ar burzudou hen deuz great Doue en da genver. Mond a reaz kuit eta, en eur embann dre ar gear holl kement hen doa great Jesus en he genver.
(40) Pa oe distro Jesus, eur bobl vraz a zeuaz d’hen digemer ; rag an holl a oa en gortoz anezhan.
(41) Ha setu ma teuaz eun den hanvet Jaïrus, pehini a oa chef euz ar sinagog, hag oc’h en em deurel da dreid Jesus, e pedaz anezhan da zond d’he di ; (42) rag beza hen doa eur verc’h pen-heres, oajet a zaouzec vloaz, pe var dro, hag a oa o vond da vervel.
Ha pa oa Jesus o vond di, e oa gwasket gant ar bobl. (43) Neuze eur vreg, pehini a oa klanv gant an dioada abaoe daouzec vloaz, hag he doa dispiniet he holl vadou gant medeusinet, hep gallout beza pareet gant hini e-bed, (44) a dostaaz outban a-dreg he gein, a douchaz ar bord euz he zae ; ha kerkent ec’h ehanaz he dioada. (45) Ha Jesus a lavaraz : Piou hen deuz touchet ouzin ? Hag evel ma nac’he an holl, Per hag ar re a oa ganthan a lavaraz : Mestr, ar bobl a zo en-dro d’id hag a wask ac’hanoud ; hag e leverez : Piou hen deuz touchet ouzin ? (46) Mes Jesus a lavaraz : Unan-benag hen deuz touchet ouzin ; rag anavezet em euz ez euz eat eur vertuz e meaz ac’hanoun. (47) Ar vreg-se, o velet ne oa ket bet kuzet kement-man diouthan, a zeuaz en eur grena, hag oc’h eh em deurel d’he dreid, e tiscleriaz dirag an holl, perag he doa touchet diouthan, ha penaos e oa bet pareet dioc’h-tu. (48) Ha Jesus a lavaraz dezhi : Va merc’h, kemer courach, da feiz hen deuz da iac’heet ; kea en peoc’h.
(49) E-pad ma oa c’hoas o komz, e teuaz unan euz a di chef ar sinagog, hag a lavaraz dezhan : Da verc’h a zo maro ; na choum ken da skuiza ar Mestr. (50) Mes Jesus, o veza klevet kement-se, a lavaraz da Jaïrus : N’az pe ket a aoun ; n’ec’h euz nemed credi, ha da verc’h a vezo iac’heet. (51) Ha pa oe deuet en ti, na lezaz den da antren nemed Per, Jakes ha Ian, ha tad ha mam ar plac’h yaouank. (52) Hag an holl a wele hag a hirvoude abalamour dezhi ; mes Jesus a lavaraz : Na welit ket ; n’ed eo ket maro, mes kousket hepken. (53) Hag e reant goab anezhan, o veza ma ouient e oa maro. (54) Mes, goude m’hen doa kasset anezhe holl er meaz, e crogaz en he dorn, hag e lavaraz a vouez huel : Bugel, sav alese. (55) Hag he ene a zeuaz a-nevez enhi ; sevel a reaz rag-tal, ha Jesus a c’hourc’hemenaz rei boued dezhi. (56) Hag he zad hag he mam a oe souezet meurbed ; mes hen a zifennaz outhe lavaret da zen ar pez a oa c’hoarvezet.
VEZA galvet assambles he zaouzec diskibl, Jesus a roaz dezhe galloud hag otorite var an holl drouk-sperejou, hag ar galloud da iac’haad ar c’hlenvejou. (2) Hag e kassaz anezhe da brezeg rouantelez Doue, ha da iac’haad ar re glanv. (3) Hag e lavaraz dezhe : Na gemerit netra evit an hent, na baz, na bissac’h, na bara, nag arc’hant, ha n’ho pezet ket diou wiskamant. (4) Hag en peseurt ti-benag ma c’hantreot, choumit eno bete ma’z eot kuit. (5) Ha piou-benag na recevo ket ac’hanoc’h, pa’z eot kuit euz ho c’hear, hijit ar boultren euz ho treid, evit testeni en ho enep.
(6) O veza eta partiet, ez ejont euz an eil bourk d’egile, o prezeg an aviel, hag o iac’haad en peb leac’h ar re glanv.
(7) Herodes an tetrark a glevaz etretant ar vrud euz a gement a rea Jesus ; ha na ouie petra da zonjal, rag lod a lavare e oa resussitet Ian a-douez ar re varo ; (8) ha lod all, e oa en em ziskouezet Elias ; ha darn all, e oa resussitet unan euz ar brofeted koz. (9) Hag e lavare Herodes : Lakeat em euz dibenna Ian ; mes piou eo he-man, divarben pehini e klevan traou ker burzudus ? Hag hen hen doa c’hoant d’hen gwelet.
(10) Pa oa distro an ebestel, e lavarjont da Jesus kement ho doa great. Hag hen ho c’hemeraz ganthan, hag en em dennaz a-gostez, en eul leac’h dezert, e-kichen eur gear galvet Bethsaïda. (11) Ar bobl, o veza klevet kement-man, az eaz var he lerc’h, ha Jesus ho recevaz, hag a gomzaz dezhe euz a rouantelez Doue, hag e paree ar re ho doa ezom da veza pareet.
(12) Pa oa an deiz o commans da izellaad, an daouzec a dostaaz outhan, hag e leverjont dezhan : Kas kuit ar bobl-ze, evit ma’z aint er c’heariou ha var ar meziou tro-var-dro, da loja ha da gavoud boued ; rag en eul leac’h dezert emaomp aman.
(13) Mes hen a lavaraz dezhe : Roit boued dezhe hoc’h-unan. Hag int a respontaz : N’hon euz ken nemed pemp bara ha daou besk ; nemed mond a rafemp da brena boued evit an holl bobl-man ; (14) rag bez’ e oant var-dro pemp mil den. Neuze e lavaraz d’he ziskibien : Iikit anezhe da azeza a vandennou a hanter-kant den. (15) Hag e rejont evel-se, hag e lekejont an holl da azeza. (16) Neuze Jesus a gemeraz ar pemp bara hag an daou besk, hag o sevel he zaou-lagad varzu an env, e vennigaz anezhe, hag ho zoraz, hag ho roaz d’he ziskibien, evit ho lakaad dirag ar bobl. (17) Dibri a rejont holl, gwalc’h ho c’halon, hag e oe dastumet an tammou choumet en ho dileac’h, hag e oe daouzec panerad anezhe.
(18) C’hoarvezoud a reaz, pa oa o pedi a-gostez, ha ma oa an diskibien ganthan, ma c’houlennaz diganthe : Piou a lavar an dud ez oun-me ? (19) Ar re-man, o respont, a lavaraz : Lod a lavar Ian ar Badezour ; lod all, Elias ; ha darn all a lavar ez eo resussitet unan-benag euz ar brofeted koz. (20) Ha c’houi, emezhan, piou a livirit-hu ez oun-me ? Ha Per a respontaz : Te eo ar C’hrist a Zoue. (21) Mes hen a zifennaz stard outhe na lavarjent kement-se da zen, (22) hag e lavaraz c’hoas : Red eo da Vab an den souffr kalz, ha beza nac’het gant ar re Ancien, gant prinsed ar veleien ha gant ar Scribed, ha beza lakeat d’ar maro, ha goude resussita an trede deiz.
(23) Hogen, lavaret a rea d’an holl : Mar fell da unan-benag dond var va lerc’h, ra zeui da renons dezhan he-unan, ra zougo he groaz bemdez, ha ra heullio ac’hanoun. (24) Rag piou-benag a fello dezhan savetei he vuez he c’hollo ; mes piou-benag a gollo he vuez abalamour d’in, hennes a zaveteo anezhi. (25) Ha petra a dalfe da eun den gounid ar bed holl, mar en em zistrujfe, pe ma teufe d’en em goll he-unan ? (26) Rag piou-benag hen devezo mêz ouzin-me hag ouz va c’homzou, Mab an den hen devezo mêz anezhan pa zeuio en he c’hloar he-unan, hag en gloar an Tad hag an elez santel. (27) Hogen e gwirionez hen lavaran deoc’h : Beza ez euz hinienou euz ar re a zo aman prezant, ha na varvrnt ket, araog m’ho devezo gwelet rouantelez Doue.
(28) Var-dro eiz devez goude ar c’homzou-ze, Jesus a gemeraz ganthan Per, Ian ha Jakes, hag e pignaz var eur menez evit pedi. (29) Hag e-pad ma oa o pedi, he vizach a chenchaz, hag he zillad a zeuaz da veza gwenn ha lugernus evel eul luc’heden. (30) Ha setu daou zen o komz ganthan ; ar re-man a oa Moises hag Elias, (31) pere o parissa gant gloar, a gomze ganthan euz he varo pehini a dlie da zouffr en Jerusalem. (32) Hogen Per hag ar re a oa ganthan a oa maro gant ar c’hoant-kousket, ha pa oent dihunet, e veljont he c’hloar hag an daou zen a oa ganthan.
(33) Ha pa oa ar re-man o vond kuit diouthan, Per a lavaraz da Jesus : Mestr, aman e vez mad deomp choum ; greomp teir danten, unan evidoud, unan evit Moises hag unan evit Elias ; rag na ouie ket mad petra a lavare. (34) Pa oa c’hoas o lavaret kement-se, e teuaz eur goabren hag a c’holoaz anezhe ; hag evel ma oa tro-var-dro dezhe, an diskibien a oe spountet. (35) Hag e teuaz eur vouez euz ar goabren, hag a lavaraz : He-man eo va Mab muia-karet ; selaouit anezhan. (36) Ha pa oa c’hoas ar vouez-ze o komz, Jesus en em gavaz he-unan ; hag he ziskibien a choumaz sioul var gement-se, ha na leverjont ger e-bed da zen divarben an traou ho doa gwelet.
(37) An deiz varlerc’h, pa oant o tisken divar ar menez, eur bobl a zeuaz da zialben Jesus. (38) Hag eun den a-douez an dud-se en em lakeaz da grial ha da lavaret : Mestr, da bedi a ran, sell ouz va mab ; rag n’em euz bugel e-bed nemethan. (39) Eur spered a grog enhan, ha kerkent en em laka da scrijal. Neuze ar spered a wall-hij anezhan, oc’h hen lakaad da eonenni, hag a boan e laosk anezhan goude beza hen brevet holl. (40) Hag em euz pedet da ziskibien d’hen kas kuit ; mes n’ho deuz ket gallet. (41) Ha Jesus, en eur respont, a lavaraz : O raç difeiz ha fallagr, pegeit e choumin-me ganeoc’h, hag e c’houzanvin-me ac’hanoc’h ? Digas aman da vab. (42) Ha pa oa o tostaad, an drouk-spered a stlapaz anezhan d’an douar, hag hen gwall-hijaz ; mes Jesus a reprenaz stard ar spered impur, hag a iac’heaz ar bugel, hag a rentaz anezhan d’he dad. (43) Hag e oent holl souezet o velet ar galloud braz euz a Zoue.
Hag evel ma oant holl souezet gant kement a rea Jesus, hen a lavaraz d’he ziskibien : (44) Evidoc’h-c’houi, selaouit mad ar c’homzou-man : Mab an den a dle beza livret etre daouarn an dud. (45) Mes na gomprenent ket ar gomz-ze ; ken teval e oa evithe, ken ne oant ket evit he gompren ; ha ne gredent ket hen interroji var gement-se.
(46) Neuze e savaz eur gestion etrezhe, da c’houzout piou anezhe a vije ar brassa. (47) Mes Jesus, o velet sonjezonou ho c’halon, a gemeraz eur bugel, hag a lekeaz anezhan en he gichen, (48) hag a lavaraz dezhe : Piou-benag a receo ar bugel-man em hano, a receo ac’hanoun ; ha piou-benag a receo ac’hanoun, a receo an hini hen deuz va digasset. Rag an hini a zo ar bihana en ho touez holl, hennes eo a vezo braz.
(49) Ha Ian, o komz, a lavaraz : Mestr, gwelet hon euz eun den hag a gasse kuit an drouk-sperejou en da hano ; hag hon euz difennet outhan kement-se, abalamour na heuil ket ac’hanoud assambles ganeomp. (50) Ha Jesus a lavaraz dezhan : Na zifennit ket outhan kement-se ; rag an neb n’ema ket a-enep deomp a zo evidomp.
(51) Evel ma tostae an amzer ma tlie beza savet divar an douar, en em lekeaz en hent, decidet mad da vond da Jerusalem. (52) Hag e kassaz tud araog dezhan, pere, o veza eat, a antreaz en eur bourg euz ar Samaritaned, evit prepari dezhan he lojeiz. (53) Mes ar re-man ne fellaz ket dezhe hen digemer, abalamour ma oa o vond var-zu Jerusalem. (54) Ha Jakes ha Ian, he ziskibien, o velet kernent-se, a lavaraz dezhan : Aotrou, mar kerez ni a lavaro d’an tan disken euz an env evit ho devi holl, evel ma reaz ive Elias ? (55) Mes Jesus, o tistrei outhe, a reprenaz anezhe, hag a lavaraz : Na ouzoc’h ket gant pe seurt spered ez oc’h animet ; (56) rag Mab an den n’eo ket deuet evit koll an dud, mes evit ho zavetei. Hag ez ejont kuit da eur bourg all.
(57) Pa edont o vond en hent, eun den a lavaraz dezhan : Aotrou, me a heullio ac’hanoud en pe leac’h benag ma’zi. (58) Mes Jesus a lavaraz dezhan : Al lern ho deuz toullou, ha lapoused an env neiziou ; mes Mab an den n’hen deuz leac’h e-bed evit reposi he ben.
(59) Lavaret a reaz da unan all : Heuil ac’hanoun. Mes heman a respontaz : Aotrou, lez ac’hanoun da vond da genta da enterri va zad. (60) Jesus a lavaraz dezhan : Lez ar re varo da enterri ho re varo, mes te, kea da brezeg rouantelez Doue.
(61) Eun all a lavaraz ive dezhan : Heuil a rin ac’hanoud, Aotrou, mes lez ac’hanoun da genta da vond da gimiada euz ar re a zo em zi. (62) Mes Jesus a respontaz dezhan : An hini a grog en arar, hag a zell var he lerc’b, n’eo ket mad evit rouantelez Doue.
OUDE kement-se, an Aotrou a choazaz c’hoas deg ha tri-ugent diskibl all ; hag e kassaz anezhe daou ha daou araog dezhan, en holl geariou hag en holl broiou ma tlie mond.
(2) Hag e lavare dezhe : An eost a zo braz ; mes neubeud a labourerien a zo ; pedit eta Mestr an eost da gas labourerien en he eost. (3) It, kas a ran ac’hanoc’h evel oanedigou e-touez ar bleizi. (4) Na gassit ganeoc’h na ialc’h, na bissac’h, na boutou ; ha na zaludit den e-bed en hent.
(5) Hag en pe seurt ti-benag ma c’hantreot, livirit en eur vond ebarz : Ra vezo ar peoc’h var an ti-man. (6) Mar be eno eur bugel a beoc’h, ho peoc’h a choumo varnezhan ; mar n’euz hini e-bed, ho peoc’h a zistroio deoc’h. (7) Ha choumit en ti-ze, o tibri hag oc’h eva ar pez a vezo roet deoc’h ; rag al labourer a zo dign euz he baeamant. N’it ket euz an eil ti d’egile.
(8) Hag en pe seurt kear-benag ma c’hantreot, mar bezit digemeret, debrit ar pez a vezo lakeat dirazoc’h. (9) Iac’hait ar re glanv a vezo eno, ha livirit dezhe : Rouantelez Doue a zo deuet beteg enoc’h. (10) Mes pa antreot en eur gear, ma ne vezit ket digemeret, it er meaz var ar ruiou, ha livirit : (11) Hija a reomp ouzoc’h ar boultren a zo staget ouzomp en ho kear ; gouvezit koulskoude penaos ez eo deuet rouantelez Doue beteg enoc’h. (12) Me hen lavar deoc’h, eassoc’h e vezo da Sodom en devez-ze eged d’ar gear-ze.
(13) Malheur d’id, Korazin ; malheur d’id, Bethsaïda ; rag ma vije bet great en Tir hag en Sidon ar burzudou a zo bet great enoc’h, pell zo e vijent distroet ouz Doue, en eur gemeret ar zac’h hag al ludu.
(14) Rag-se, deiz ar Varn, e vezo eassoc’h da Dir ha da Sidon eged deoc’h-hu. (15) Ha te, Capernaüm, pehini a zo bet savet beteg an env, diskaret e vezi beteg an ifern.
(16) An neb ho selaou-c’houi am zelaou-me ; hag an neb ho tisprij-c’houi am disprij-me ; hag an neb am disprij-me, a zisprij an hini hen deuz va digasset.
(17) Hogen, an deg ha tri-ugent diskibl a zistroaz gant joa, o lavaret : Aotrou, an drouk- sperejou ho unan a bleg deomp en da hano. (18) Hag hen a lavaraz dezhe : Me a vele Satan o kweza euz an env evel eul luc’heden. (19) Setu, e roan deoc’h ar galloud da vale var ar serpanted, var ar scorpioned, ha var holl nerz an enebour ; ha netra na hello noazout deoc’h. (20) Koulskoude n’en em rejouissit ket abalamour ma pleg deoc’h ar sperejou ; mes kemerit levenez kentoc’h abalamour ma eo scrivet hoc’h hanoiou ebarz an envou.
(21) En heur-ze, Jesus a dridaz gant ar joa en he spered hag a lavaraz : Da veuli a ran, o Tad, Aotrou an env hag an douar, dre ma ec’h euz kuzet an traou-man ouz ar re fur hag an dud a skiant, ha ma ec’h euz ho disclerïet d’ar vugaligou ! Ia, o Tad, c’hoarvezet eo bet kement-se, dre ma ec’h euz hen kavet mad ! (22) Pep tra a zo bet roet d’in gant va Zad ; ha den na oar piou eo ar Mab, nemed an Tad, na piou eo an Tad, nemed ar Mab, hag an hini ma plijo d’ar Mab hen rei dezhan da anaoud.
(23) Neuze, o veza troet ouz he ziskibien, e lavaraz dezhe ho-unan : Eürus an daou-lagad a vel ar pez a velit-c’houi ! (24) Rag me hen lavar deoc’h, kalz a brofeted hag a rouane ho deuz c’hoanteet gwelet ar pez a velit, ha n’ho deuz ket hen gwelet ; ha klevet ar pez a glevit, ha n’ho deuz ket hen klevet.
(25) Neuze eun doctor euz al lezen a zavaz hag a lavaraz da Jesus, evit hen amprouv : Mestr, petra a rankan-me da ober evit herita euz ar vuez eternel ? (26) Jesus a lavaraz dezhan : Petra a zo scrivet el lezen, ha petra a lennez-te enhi ? (27) He-man a respontaz : Karoud a ri an Aotrou da Zoue euz da holl galon, euz da holl ene, euz da holl nerz hag euz da holl spered ; ha da nessa evel-doud da-unan. (28) Ha Jesus a lavaraz dezhan : Respontet mad ec’h euz ; gra kement-se, hag e vevi. (29) Mes an den-man, o c’hoantaad tremen evit eun den just, a lavaraz da Jesus : Ha piou eo va nessa ?
(30) Ha Jesus, o komz c’hoas outhan, a lavaraz : Eun den, hag a oa o tisken euz a Jerusalem da Jerico, a gwezaz etre daouarn al laeron, pere a ziframmaz he zillad divar-n’ezhan ; ha goude beza he wall-vlesset ez ejont kuit, o lezel anezhan hanter-varo. (31) Hogen, dond a reaz eur beleg da zisken dre an hent-se, hag o veza gwelet an den-ze, e tremenaz a-biou. (32) Eul Levit, o veza deuet ive el leac’h-se, hag o veza gwelet anezhan, a dremenaz a-biou. (33) Mes eur Samaritan, en eur vond gant he hent, en em gavaz eno, ha pa velaz anezhan, e kemeraz truez outhan. (34) Hag o tostaad outhan, e lekeaz lien en dro d’he c’houliou, hag e skulliaz varnezhe eol ha gwin ; neuze e sammaz anezhan var he loen he-unan, hag hen kassaz da eun hostaliri, hag e soagnaz anezhan. (35) An deiz varlerc’h, en eur vond kuit, e tennaz daou ziner arc’hant, hag ho roaz d’an hostiz, hag e lavaraz dezhan : Kemer soagn euz an den-ze, ha pa zistroin, me a rento d’id ar pez a zispigni ouz-pen. (36) Pehini eta euz an tri-ze, a zonj d’id, eo bet an nessa d’an hini a oa kwezet etre daouarn al laeron ? (37) An doctor a lavaraz : An hini a zo bet trugarezus en he genver. Jesus a lavaraz dezhan : Kea eta, ha gra ive evel-se.
(38) Pa oant en hent, ec’h antreaz en eur bourg, hag eur plac’h hanvet Martha, a zigemeraz anezhan en he zi. (39) Houman he doa eur c’hoar hanvet Mari, hag en em zalc’he azezet e c’harz treid Jesus, o selaou he gomzou. (40) Mes Martha a oa occupet gant al labour en ti. O veza deuet da gavout Jesus, hou-man a lavaraz dezhan : Aotrou, ha na velez-te ket e lez va c’hoar ac’hanoun da zervicha va-unan ? Lavar eta dezhi dond d’am zicour. (41) Ha Jesus a respontaz dezhi : Martha, Martha, te en em laka en poan hag a gemer sourci gant kalz a draou ; (42) mes eun dra hep-ken a zo necesser ; ha Mari he deuz choazet al loden vad, ha na vezo ket lammet diganthi.
UN devez ma oa Jesus o pedi en eul leac’h, goude ma oa echuet he beden, unan euz he ziskibien a lavaraz dezhan : Aotrou, desk deomp pedi, evel ma hen deuz Ian desket ive d’he ziskibien.
(2) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Pa bedot, livirit : Hon tad pehini a zo en envou ; da hano bezet santifiet ; ra zeui da rouantelez ; da volontez bezet great var an douar evel en env ; (3) ro deomp bemdez hor bara pemdeziec ; (4) pardon deomp hor pec’hejou ; rag ni a bardon ive d’ar re holl ho deuz hon offanset ; ha n’hon lez ket da gweza en dentation ; mes delivr ac’hanomp diouz an drouk.
(5) Neuze e lavaraz dezhe : Mar hen dije unan ac’hanoc’h eur mignon hag a deuje d’hen kavout da hanter-noz, da lavaret dezhan : Va mignon, prest d’in tri bara ; (6) rag unan euz va mignoned, o veaji, a zo deuet du-man, ha n’em euz netra da rei dezhan ; (7) ha mar teuje hennes a zo en he di da respont : Ro peoc’h d’in, va dor a zo serret, ha va bugale a zo ganen em gwele ; ne hallan ket sevel evit rei bara d’id. (8) Me a lavar deoc’h penaos, ma na zavfe ket evit rei bara dezhan abalamour ma’z eo he vignon, e savfe o veza skuiz ouz hen klevet, hag e rofe dezhan kement ha m’hen defe ezom. (9) Me ive a lavar deoc’h : Goulennit, hag e vezo roet deoc’h ; klaskit, hag e kavfot ; skoit, hag e vezo digoret deoc’h. (10) Rag an hini a c’houlen, a receo, hag an hini a glask, a gav ; hag an hini a sko, e vezo digoret dezhan.
(11) Piou ac’hanoc’h-hu eo an tad, ma c’houlenfe he vab diganthan eun tam bara, a rofe dezhan eur mean ? Pe, ma c’houlenfe diganthan eur pesk, daoust hag hen a rofe dezhan eur serpant e leac’h eur pesk ? (12) Pe otramant c’hoas, mar goulen diganthan eur vi, daoust hag hen a rofe dezhan eur scorpion ? (13) Mar gouzoc’h eta c’houi, pere a zo fall, rei traou mad d’ho pugale, pegement muioc’h e roio ho Tad celestiel ar Spered-Santel d’ar re her goulen diganthan ?
(14) Jesus a gassaz ive kuit eun drouk-spered hag a oa mud ; ha pa oe sortiet an drouk-spered, an den mud a gomzaz ; hag ar bobl a oe leun a admiration. (15) Hag unan-benag anezhe a lavaraz : Dre Veelzebul, prins an drouk-sperejou, eo e kas kuit an drouk-sperejou. (16) Mes darn all, evit hen amprouv, a c’houlenne diganthan eur miracl euz an env. (17) Mes Jesus, oc’h anaoud ho zonjezonou, a lavaraz dezhe : Pep rouantelez divizet a-enep dezhi he-unan a vezo troet en eun dezert ; hag eun ti divizet a-enep dezhan he-unan a gwezo. (18) Mar d’eo eta Satan divizet a-enep dezhan he-unan, penaos ec’h hallo he rouantelez choum en he za ? pa’z eo gwir e livirit eo dre Veelzebul e kassan kuit an drouk-sperejou. (19) Mar d’eo dre Veelzebul e kassan kuit an drouk-sperejou, dre biou eta ho pugale-hu ho c’hassont-hi kuit ? Int ho-unan eta a vezo ho parnerien. (20) Mes mar d’eo dre viz Doue e kassan kuit an drouk-sperejou, a dra sur rouantelez Doue a zo deuet beteg enoc’h. (21) Pa vez eun den krenv hag armet mad o tiwall he di, kement hen deuz a zo diwallet mad. (22) Mes pa zeu unan krenvoc’h egethan, he-man hen taol d’an douar, a lam diganthan he holl armou var bere e oa he fizians, hag e ra partach var he vadou. (23) An neb n’ema ket ganen, a zo a-enep d’in, hag an hini na zastum ket ganen, a sklabez.
(24) Pa vez eat eur spered impur er meaz euz a eun den, ez a dre leac’biou seac’h, o klask repos, hag evel na gav ket, e lavar : Distrei a rin d’am zi euz a behini oun sortiet. (25) Ha pa zeu d’he di, e kav anezhan skubet ha kempennet. (26) Neuze ez a, hag e kemer ganthan seiz spered all gwassoc’h egethan, hag ec’h antreont, hag e choumont eno ; ha stad diveza an den-ze a zeu da veza gwassoc’h eged ar c’henta.
(27) Pa oa o lavaret an traou-ze, eur plac’h euz a-greiz ar bobl a zavaz he mouez, hag a lavaraz dezhan : Eürus ar c’hov hen deuz da zouget, hag an diou-vron ho deuz da vaget ! (28) Eürus kentoc’h, eme Jesus, ar re a zelaou ger Doue, hag a vir anezhan !
(29) Evel ma en em dastume ar bobl en eur vanden vraz, Jesus a gommansaz da lavaret : Ar raç tud-man a zo fall, goulen a reont eur miracl, ha na vezo roet dezhe hini e-bed nemed hini ar profet Jonas. (30) Rag, evel ma oe Jonas eur miracl evit an dud euz a Niniv, evel-se ive e vezo Mab an den eur miracl evit ar generation-man. (31) Rouanez ar C’hreiz-teiz a zavo, deiz ar varn, a-enep tud ar generation-man, hag ho c’hondaono, rag hou-man a zeuaz euz ar pen pella euz an douar da zelaou furnez Salomon ; ha setu, ez euz aman brassoc’h eged Salomon. (32) Tud Niniv a zavo, deiz ar varn, a-enep ar generation-man, hag he c’hondaono, rag ar re-man en em gonvertissaz gant predication Jonas ; ha setu, ez euz aman brassoch eged Jonas.
(33) Den e-bed na allum eur c’houlaouen evit he lakaad en eul leac’h kuzet, pe dindan eur boezel, mes he lakaad a ra var eur c’hantoleur, evit ma c’hallo ar re a zeu en ti gwelet ar sclerijen. (34) Al lagad eo sclerijen ar c’horf ; rag-se mar d’eo iac’h da lagad, da gorf holl a vezo sclerijennet ; mes mar d’eo fail, da gorf ive a vezo en devalijen. (35) Diwall eta na vez tevalijen ar sclerijen a zo enoud. (36) Mar d’eo eta da gorf holl sclerijennet, ha mar n’euz loden e-bed anezhan en devalijen, neuze e vezo sclerijennet holl, evel pa deu eur c’houlaouen da sclerijenna ac’hanoud gant he sclerijen.
(37) E oa c’hoas o komz, pa deuaz eur Farizian d’hen pedi da vond d’he lein ganthan ; ha Jesus a antreaz hag en em lekeaz ouz taol. (38) Hogen ar Farizian a oa souezet o velet n’hen doa ket en em walc’het araog he lein. (39) Hag an Aotrou a lavaraz dezhan : C’houi etrezoc’h Farizianed, a neta an diaveaz euz an tass hag euz ar plad ; mes en diabarz ac’hanoc’h ez oc’h leun a laeronsiou hag a fallagriez. (40) Tud diskiant ma’z oc’h ! daoust hag an hini hen deuz great an diaveaz n’hen deuz ket great ive an diabarz ? (41) Mes kentoc’h, roit en aluzen ar pez hoc’h euz, ha pep tra a vezo net evidoc’h. (42) Mes malheur deoc’h, Farizianed, pere a bae an deog var ar manth, var ar ru, ha var bep seurt louzou, hag e lezit a-gostez ar justis hag ar garantez a Zoue. An traou-man a oa dleet da bratica, heb lezel ar re all. (43) Malheur deoc’h, Farizianed, pere a gar kemer ar plasou kenta er sinagogou, ha beza saludet er plasennou public. (44) Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag henvel oc’h ouz beziou kuzet en douar, var bere e vale an dud heb gouzoud emaint eno.
(45) Neuze unan euz an doctored euz al lezen a gommansaz da gomz hag a lavaraz dezhan : Mestr, en eur gomz evel-se, ec’h outrajez ive ac’hanomp-ni. (46) Ha Jesus a lavaraz : Malheur ive deoc’h-hu doctored euz al lezen, rag c’houi a zam an dud gant beac’hiou re bounner evithe, hag hoc’h-unan ne stokfac’h ket enhe gant ho piz. (47) Malheur deoc’h, rag sevel a rit beziou d’ar brofeted a zo bet lakeat d’ar maro gant ho tadou. (48) Beza ez oc’h eta testou ha lodennec euz ar pez ho deuz great ho tadou ; rag lakeat ho deuz ar brofeted d’ar maro, ha c’houi a zav ho beziou. (49) Rag-se ive ar furnez a Zoue hen deuz lavaret : Kas a rin dezhe profeted ha kannaded ; lakaad a raint lod anezhe d’ar maro ha persecuti a raint lod all : (50) evit ma vezo goulennet digant ar generation-man goad an holl brofeted hag a zo bet skulliet abaoe commansamant ar bed, (51) adaleg goad Abel bete goad Zakarias, pehini a oe lazet etre an aoter hag an templ ; ia, hen lavaret a ran deoc’h, ar goad-se a vezo goulennet digant ar generationman. (52) Malheur deoc’h, doctored euz al lezen, rag, o veza kemeret an alc’houez euz an anaoudegez, n’ed oc’h ket antreet hoc’h-unan, hag ar re ho doa c’hoant da antren oc’h euz harzet anezhe.
(53) Ha pa oa o lavaret kement-se dezhe, ar Scribed hag ar Farizianed a gommansaz hen gwaska stard, evit ober dezhan komz var meur a dra, (54) o stigna pechou dezhan, hag o klask tenna eun dra-benag euz he c’henou evit galloud accusi anezhan.
N amzer-ze, ar bobl o veza en em zastumet a villierou, ken a valeent an eil var egile, Jesus a gommansaz da lavaret d’he ziskibien : Diwallit dreist-holl ouz goell ar Farizianed, pehini eo an hipocrizi. (2) Rag n’euz netra kuzet ha na dle beza dizoloet, ha netra secret da na dle beza anavezet. (3) Rag-se kement ho pezo lavaret en devalijen a vezo klevet er sclerijen ; hag ar pez ho pezo lavaret er skouarn, en diabarz ar c’hampchou, a vezo prezeget var lein an tiez.
(4) Ha me a lavar deoc’h-hu, pere a zo va mignoned : N’ho pezet ket a aoun rag ar re a laz ar c’horf, ha pere goudeze na hellont ober netra en tu-all. (5) Mes me a ziskouezo deoc’h rag piou e tleit kaoud aoun ; ho pezet aoun rag an hini pehini, goude m’hen deuz lazet, hen deuz ar galloud da deurel en ifern ; ia, me hen lavar deoc’h, rag hennes eo e tleit kaoud aoun. (6) Ha na vez ket roet pemp kolvan evit daou liard ? Koulskoude hini anezhe n’eo ankounac’heet gant Doue. (7) Bleo ho pen zoken a zo countet holl ; n’ho pezet ket eta a aoun, c’houi a dalv muioc’h eged kalz a c’holvaned.
(8) Hogen, lavaret a ran deoc’h : Piou-benag a anzavo ac’hanoun dirag an dud, Mab an den a anzavo ive anezhan dirag elez Doue ; (9) Mes an hini am nac’ho dirag an dud, a vezo nac’het dirag elez Doue.
(10) Ha piou-benag hen devezo komzet a-enep Mab an den, e vezo pardonet dezhan ; mes an hini hen devezo gwallgomzet a-enep ar Spered-Santel, na vezo ket pardonet dezhan.
(11) Pa veot kasset er sinagogou, dirag ar barnerien, hag an dud a c’halloud, n’en em lakit ket en poan da c’houzout penaos respont evit en em difen, na petra ho pezo da lavaret ; (12) rag ar Spered-Santel a zesko deoc’h en heur-ze ar pez a dleot da lavaret.
(13) Neuze unan euz ar bobl a lavaraz dezhan : Mestr lavar d’am breur lodenni ganen hon heritach. (14) Mes Jesus a respontaz dezhan : O den, piou hen deuz lakeat ac’hanoun-me da varner, pe da lodenner varnoc’h ? (15) Neuze e lavaraz dezhe : Diwallit mad euz an avaristed; rag evit eun den da gaout kalz a vadou, n’hen deuz ket ar vuez dreizhe.
(16) Hag e lavaraz dezhe ar barabolen-man : Douar eun den pinvidic hen doa rapportet gant abondans ; (17) hag an den-man a rezone enhan he-unan, hag a lavare: Petra a rin-me ? rag n’em euz ket a blas awalc’h evit dastum va eost. (18) Setu aman, eme-z’han, petra a rin : diskar a rin va c’hreunielou, ha sevel a rin re vrassoc’h, hag e tastumin eno va holl eost ha va madou. (19) Neuze e livirin d’am ene : Va ene, te ec’h euz kalz a vadou dastumet a-gostez evit meur a vloaz ; choum en da repos, debr, ev ha bez laouen. (20) Mes Doue a lavaraz dezhan : Den diskiant, en noz-man memeus, e vezo goulennet da ene diganez ; hag an traou ec’h euz dastumet, da biou e vezint ? (21) Evel-se e c’hoarvez evit an hini a zastum tenzoriou evithan he-unan, ha n’eo ket pinvidic dirag Doue.
(22) Neuze e lavaraz d’he zizkibien : Rag-se, me a lavar deoc’h : Na vezit ket en sourci evit ho puez, petra ho pezo da zebri ; nag evit ho corf, petra ho pezo da wiska. (23) Ar vuez a dalv muioc’h eged ar boued, hag ar c’horf muioc’h eged an dillad. (24) Considerit ar brini ; ne hadont ha ne vedont ket, n’ho deuz na kao na greuniel, koulskoude Doue a vag anezhe ; pegement n’oc’h-hu ket talvoudussoc’h eged lapoused ! (25) Ha pehini ac’hanoc’h a hell, gant he zourci, creski he vent euz a eun ilinad hep-ken? (26) Ma ne hellit ket eta ober an distera tra hoc’h-unan, perag ez oc’h-hu en sourci gant ar rest ? (27) Sellit penaos e cresk al lili ; n’ho gweler nag o labourat nag o neza ; koulskoude, me a lavar deoc’h penaos Salomon he-unan, en he holl c’hloar, n’eo ket bet gwisket evel unan anezhe. (28) Mar gwisk eta Doue er giz-ze al louzaouen a zo hirio er park, hag a vezo taolet varc’hoas er forn, pegement mui na wisko-hen ket ac’hanoc’h-hu, o tud a neubeud a feiz ! (29) Ha na vezit ket en poan da c’houzout petra ho pezo da zebri, ha da eva, ha na vezit ket nec’het divarben kement-se. (30) Rag tud ar bed eo a glask an holl draou-ze ; hag ho Tad a oar hoc’h euz ezom euz an traou-ze ; (31) klaskit kentoc’h rouantelez Doue, ha kement-se holl a vezo roet deoc’h ouz-pen.
(32) N’ho pezet ket a aoun, banden vihan ; rag plijet eo bet gant ho Tad rei deoc’h ar rouantelez. (33) Gwerzit ar pez hoc’h euz, ha roit-han en aluzen ; grit evidoc’h ialc’hou ha ne gossaont ket, dastumit eun tenzor en envou ha na vanko biken, euz a beleac’h ne dosta ket al laeron, hag en peleac’h ar preon ne ra droug e-bed. (34) Rag el leac^h ma ema ho tenzor, eno ive e vezo ho calon. (35) Ra vezo ho kouriz stardet en-dro d’ho tiou-groazel, hag ho lampou allumet. (36) Ha bezit evel tud hag a zo o c’hortoz ma tistroio ho Aotrou euz an eured ; evit ma viot prest da zigeri dezhan, pa zistroio ha pa deui da skei var an nor. (37) Eürus ar zervicherien-ze a vezo kavet gant ho Aotrou, o veilla pa erruo er gear ! E gwirionez hen lavaran deoc’h, lakaad a rai he c’houriz en-dro dezhan, ober a rai dezhe azeza ouz taol, hag e teuio he-unan d’ho zervicha. (38) Ha mar teu d’an eil veilliaden, pe mar teu d’an drede, ha mar kav anezhe er stad-se, eürus ar zervicherien-ze ! (39) Gouzoud a rit ervad penaos ma c’houvezfe ar pen-tiegez da bed heur e tle al laer dond, e choumfe da veilla ha na lezfe ket toulla he di. (40) Rag-se c’houi ive, en em zalc’hit prest, rag Mab an den a zeuio d’an heur ma na viot ket e gortoz anezhan.
(41) Neuze Per a lavaraz dezhan : Aotrou, pe deomp-ni, pe ive d’an holl e leverez-te ar barabolen-ze ? (42) Hag an Aotrou a lavaraz : Piou eta eo ar servicher fidel ha fur, lakeat gant he vestr da gommandi var he zomestiket, evit rei dezhe, pa vez ar poent, ho muzurat ed ? (43) Eürus ar servicher a vezo kavet oc’h ober kement-se, pa zeuio he vestr ! (44) E gwirionez hen lavaran deoc’h, lakaad a raio anezhan da c’houarn kement hen deuz. (45) Mes mar lavar ar servicher-ze en he galon : Dale a ra va Aotrou da zond ; ha mar commans da skei gant ar mevelien ha gant ar mitizien, da zibri, da eva, ha d’en em vezvi ; (46) mestr ar servicher-ze a zeuio en deiz ne vezo ket en gortoz anezhan, ha d’an heur na ouezo ket, hag e tispartio anezhan, hag e roio dezhan he lod gant an dud infidel. (47) Ar servicher hen deuz anavezet bolontez he vestr, ha n’eo ket en em zalc’het prest ha n’hen deuz ket great ar volontez-ze, a vezo skoet varnezhan kalz a daoliou. (48) Mes an hini n’hen deuz ket anavezet bolontez he vestr, hag hen deuz great traou da veritout beza punisset, a vezo skoet varnezhan neubeutoc’h a daoliou. Ha kalz a vezo goulennet digant an hini hen deuz bet kalz ; ha muioc’h a vezo goulenhet digant an hini a vezo bet fiziet kalz enhan.
(49) Me a zo deuet da lakaad an tan var an douar ; ha petra a hellan-me da zeziroud mar d’eo allumet dija !
(50) Mes me a dle beza badezet gant eur vadiziant ; ha pegement a hast em euz-me ma vezo peur-achuet ! (51) Ha sonjal a ra deoc’h ez oun-me deuet da zigas ar peoc’h var an douar ? Nann, a lavaran deoc’h ; mes kentoc’h an dispac’h ; (52) rag divar-vreman, ebarz en eun ti, e vezint pemp dizunanet, tri a-enep daou, ha daou a-enep tri. (53) An tad a vezo a-enep ar mab, hag ar mab a-enep an tad ; ar vam a-enep ar verc’h, hag ar verc’h a-enep ar vam ; ar vam-gaer a-enep he merc’h-kaer, hag ar verc’h-kaer a-enep he mam-gaer.
(54) Lavaret a rea c’hoas d’ar bobl : Pa velit eur goabren o sevel euz ar C’huz-heol, e livirit rag-tal : Dond a-rai glao ; (55) hag e c’hoarvez evel-se ; Ha pa deu avel ar C’hreiz-teiz da c’houeza, e livirit : Tom e vezo, hag e c’hoarvez evel-se. (56) Hipocrited m’az oc’h ! gouzoud a rit anaoud diouz doare an oabl hag an douar ; penaos eta ne anavezit-hu ket an amzer-man ?
(57) Ha perag ive ne anavezit-hu ket dreizoc’h hoc’h-unan, ar pez a zo just ? (58) Hogen, pa’z ez gant da enebour da gavout ar gouarner, e-pad ma’z oud o vond, klask kaoud da ziskarg diganthan, gant aoun na gasfe ac’hanoud dirag ar barner, ha na zeufe ar barner da lakaad ac’hanoud etre daouarn ministr ar justis, ha na vez taolet er prizon. (59) Hen lavaret a ran d’id, na zeui ket er meaz ac’hane, ken az pezo paeet an diveza diner.
N amzer-ze, eur re-benag euz an dud a oa eno, a gontaz da Jesus petra a oa erruet gant tud euz ar Galile, penaos hen doa Pilat mesket ho goad gant goad ho zacrifisou. (2) Ha Jesus, o respont, a lavaraz dezhe : Ha sonjal a ra deoc’h-hu e tle ar Galileed-se beza bet brassoc’h pec’herien eged an holl Galileed all, abalamour ma’z eo arruet kement-man ganthe ? (3) Nann, a lavaran deoc’h ; mes mar n’en em gonvertissit ket, c’houi a berisso holl er memeus doare. (4) Pe c’hoas, ha sonjal a ra deoc’h-hu e tle an triouec’h den-ze var bere e kwezaz tour Siloe, hag a oe lazet dindan-han, beza bet brassoc’h pec’herien eged an holl habitanded euz a Jerusalem ? (5) Nann, a lavaran deoc’h ; mes mar n’en em gonvertissit ket, c’houi a berisso holl er memeus doare.
(6) Lavaret a reaz ive ar barabolen-man : Eun den hen doa eur vezen-fiez plantet en he winien, hag e teuaz da glask frouez enhi, ha ne gavaz hini e-bed. (7) Neuze e lavaraz d’an hini a laboure ar winien : Setu, tri bloaz zo dija ma teuan da glask frouez er vezen-fiez-man, heb kavoud hini e-bed : troc’h anezhi eta, perag e choumfe aman da goll douar ? (8) Al labourer a respontaz : Aotrou, lez anezhi c’hoas ar bloaz-man, ken am bezo toullet endro dezhi, ha lakeat teil ganthi. (9) Marteze e teui da zougen frouez, ha ma ne ra ket, neuze e troc’hi anezhi.
(10) E-pad ma oa Jeaus o kelen en eur sinagog, da zeiz ar sabbat, (11) setu ma en em gavaz eno eur plac’h hag a oa possedet gant eur spered a zalc’he anezhi klanv abaoe triouec’h vloaz ; daou-bleget e oa, ha ne oa ket evit en em eüna. (12) Jesus, o velet anezhi, he galvaz, hag a lavaraz dezhi : Plac’h, delivret oud euz da glenved. (13) Hag ec’h astennaz he zaouarn varnezhi ; ha kerkent e savaz soun en he za, hag e rentaz gloar da Zoue.
(14) Mes chef ar sinagog, o veza droug enhan abalamour m’hen doa Jesus iac’heet eun den da zeiz ar sabbat, a zavaz he vouez hag a lavaraz d’ar bobl : Beza ez euz c’houec’h devez en pere e tleer labourat ; deuit eta en deiziou-ze evit beza iac’heet, ha na deuit ket da zeiz ar sabbat. (15) Mes an Aotrou a respontaz dezhan : Hipocrit ma’z oud, daoust ha pep hini ac’hanoc’h-hu ne zistag ket he eujen pe he azen euz ho c’hraou, deiz ar sabbat, evit ho c’has d’an dour ? (16) Daoust ha ne oa ket deread ive, deiz ar sabbat, delivra euz he chaden ar verc’h-man da Abraham, pehini a oa dalc’het stag gant Satan, abaoe triouec’h vloaz ?
(17) E-pad ma oa o komz evel-se, he holl enebourien a zeue mêz dezhe, hag ar bobl holl a oa er joa abalamour d’an traou kaer a rea.
(18) Neuze e lavaraz : Ouz petra eo henvel rouantelez Doue, hag ouz petra e comparachin-me anezhi ? (19) Henvel eo ouz eur c’hreunen moutard a vez kemeret gant eun den hag hadet ganthan en he jardin ; sevel a ra, hag e teu da veza eur vezen vraz, en hevelep doare ma teu al lapoused euz an env da ober ho demeurans e-touez he brancou.
(20) Lavaret a reaz c’hoas : Ouz petra e comparachin-me rouantelez Doue ? (21) Henvel eo eun tam goell a vez kemeret gant eur vaouez, ha lakeat ganthi en tri muzurad bleud, ken a vez go an toaz holl.
(22) Ha Jesus a iea dre ar c’heariou hag ar villajennou, en eur gelen hag o terc’hel da vond etrezeg Jerusalem.
(23) Hag unan-benag a lavaraz dezhan : Aotrou, ha gwir eo ne vezo salvet nemed neubeud a dud ? (24) Hag hen a lavaraz dezhe : Lakit hoc’h holl boan da antren dre an nor striz ; rag me eo hen lavar deoc’h, kalz a glasko mond ebarz, heb gallout dond a-ben. (25) Pa vezo antreet an tad a famill, ha pa hen devezo serret an nor var he lerc’h, ha pa deuot c’houi, tapet er meaz, da skei var an nor ha da lavaret : Aotrou, Aotrou, digor deomp ; hen a responto : N’ouzon ket euz a beleac’h ez oc’h. (26) C’houi a lavaro neuze : Debri hag eva hon euz great diraz’oud, ha prezeget ec’h euz var hor plasennou public. (27) Hag hen a responto : N’ouzon ket a beleac’h ez oc’h, a lavaran deoc’h ; tec’hit kuit diouzin c’houi holl pere en em ro d’ar fallentez. (28) Eno e vezo gwelvan ha skrign-dent, pa velot Abraham, Isaac, ha Jacob hag an holl brofeted ha pe viot c’houi taolet er meaz. (29) Hag e teuio tud euz ar Sao-heol hag euz ar C’huz-heol, hag euz an Hanter-noz, hag euz ar C’hreiz-deiz, pere a vezo diouc’h taol en rouantelez Doae. (30) Ha setu aman : lod euz ar re diveza a vezo da genta, ha lod euz ar re genta a vezo da ziveza.
(31) Er memeus devez, unan benag euz ar Farizianed a zeuaz da lavaret dezban : En em denn ac’bann, ha kea kuit ; rag Herodes a glask da lakaad d’ar maro. (32) Hag e lavaraz dezhe : It ha livirit d’al louarn-ze : Setu aman, kas a ran kuit an drouk-sperejou, hirio ha varc’hoas ec’h achuan da barea ar re glanv, hag an trede dervez e vezo peur-achu d’in. (33) Koulskoude, red eo d’in bale hirio, varc’hoas hag an deiz varlerc’h, rag ne c’hoarvez gant profet e-bed mervel er meaz euz a Jerusalem. (34) Jerusalem, Jerusalem, te pehini a laka ar brofeted d’ar maro, hag a laz a daoliou mein ar re a vez digasset d’id, na ped gwech em euz-me c’hoanteet dastum da vugale, evel ma tastum ar iar he lapousedigou dindan he diou-askel, ha n’eo ket bet falvezet deoc’h ! (35) Setu breman ho ti o vond da choum goullo, ha me hen lavar deoc’h en gwirionez, n’em gwelfoc’h mui a-viziken, ken a lavarfoc’h : Benniget ra vezo an hini a zeu en hano an Aotrou.
ESUS o veza antreet, eun devez a zabbat, en ti unan euz ar re genta e-touez ar Farizianed, evit debri ganthan, ar Farizianed a zelle piz outhan.
(2) Hogen, beza e oa diraz’han eun den hydropic. (3) Ha Jesus, o commans da gomz, a lavaraz d’an doctored euz al lezen ha d’ar Farizianed : Ha permetet eo iac’haad eun den da zeiz ar sabbat ? (4) Hag ar re-man na respontjont ger e-bed. Neuze, o kemeret an den klanv, e iac’heaz anezhan hag hen kassaz kuit. (5) Neuze e lavaraz dezhe : Pehini ac’hanoc’h, mar teufe he azen pe he eujen da gweza en eur punz, n’hen tennfe ket kerkent ac’hane devez ar sabbat ? (6) Ha ne helljont ket respont dezhan var gement-se.
(7) Lavaret a reaz ive eur barabolen d’ar re a oa pedet, o velet anezhe o choaz ar plasou kenta ; (8) hag e lavaraz dezhe : Pa vezi pedet gant unan-benag da eun eured, diwall da gemer ar plas kenta, gant aoun n’en em gavfe en touez an dud pedet unan-benag muioc’h a galite eged’oud ; (9) ha na deufe an hini hen deuz pedet ac’hanoc’h ho taou, da lavaret d’id : Ro plas da he-man ; ha na pefe neuze ar vêz da veza lakeat er plas diveza. (10) Mes, pa vezi pedet, kea da azeza er plas diveza, ha pa zeui an hini hen deuz da bedet, e lavaro d’id : Va mignon, sav huelloc’h. Neuze kement-se a rai henor d’id dirag ar re a vezo ouz taol ganez. (11) Rag piou-benag en em huella, a vezo izelleet, ha piou-benag en em izella, a vezo huelleet.
(12) Ha Jesus a lavare d’an hini hen doa he bedet : Pa ri eul lein pe eur goan, na bed na da vignoned, na da vreudeur, na da gerent, na da amezeien pinvidic, gant aoun na bedfent ac’hanoud d’ho zro, ha na vez rentet d’id kement-all. (13) Mes, pa ri eur fest, ped ar beoren, ar re vac’haniet, ar re gam hag ar re dall ; (14) hag e vezi eürus dre n’ho deuz netra da renta d’id ; rag rentet e vezo d’id e resurrection ar re just.
(15) Unan euz ar re a oa ouz taol ganthan, o veza klevet kement-se, a lavaraz dezhan : Eürus an hini a zebro bara en rouantelez Doue !
(16) Jesus a lavaraz dezhan : Eun den a reaz eur goan vraz, hag a bedaz kalz a dud ; ha pa oa poent koan, (17) e kassaz he zervicher da lavaret d’ar re a oa pedet : Deuit, rag prest eo pep tra. (18) Neuze en em lekejont holl a-unan da ober digareziou. Ar c’henta a lavaraz dezhan : Me em euz prenet douar hag a rank mond d’he velet ; da bedi a ran d’am escuzi. (19) Hag eun all a lavaraz : Me em euz prenet pemp coublad eujened, hag ez an d’ho amprouvi ; da bedi a ran d’am escuzi. (20) Hag eun all a lavaraz : Me a zo nevez dimezet, hag evel-se ne hellan ket mond. (21) Hag ar servicher, o veza distro, a ziscleriaz kement-se d’he vestr. Neuze ar pen-tiegez, droug enhan, a lavaraz d’he zervicher : Kea buhan ac’halese var ar plasennou ha dre ruiou kear, ha digas aman ar beorien, an dud afflijet, ar re gam, hag ar re dall. (22) Goude-ze ar servicher a lavaraz dezhan : Aotrou, ar pez ec’h euz gourc’hemenet a zo great, hag ez euz c’hoas plas. (23) Hag an Aotrou a lavaraz d’ar servicher : Kea dre an hentchou, hag a-hed ar girzier, ha gra d’ar re a vezo eno antren, evit ma vezo tud leiz an ti. (24) Rag me hen lavar deoc’h, hini euz an dud a oa bet pedet na danvai euz va c’hoan.
(25) O veza ma oa eur bobl vraz o vond ganthan, e tistroaz hag e lavaraz dezhe : (26) Mar teu unan-benag d’am c’havout, ha ma ne deu da gasaad he dad, he vam, he vreg, he vugale, he vreudeur, he c’hoarezed, ha zoken he vuez he-unan, na hell ket beza diskibl d’in. (27) Ha piou-benag na zoug ket he groaz, ha na heul ket ac’hanoun na hell ket beza diskibl d’in. (28) Rag pehini ac’hanoc’h, mar hen deuz c’hoant da zevel eun tour, n’ec’h a ket da genta da azeza, ha ne ra ket he gount, evit gouzoud hag hen hen deuz awalc’h evit peur-ober anezhan ? (29) Gant aoun, goude m’hen devezo poset ar fondamant, ha n’hen devezo ket gallet echui, na deufe ar re holl a velo kement-se, da ober goab anezhan, (30) ha da lavaret : An den-ze hen deuz commanset da vatissa, ha n’hen deuz ket gallet peur-achui. (31) Pe c’hoas, pehini eo ar roue a ia da ober brezel ouz eur roue all, ha n’ec’h a ket da azeza da genta, ha ne gemer ket cuzul evit gouzoud hag hen a hallo mond gant deg mil den, a-enep an hini a zeu var-n’ezhan gant ugent mil. (32) Anez kement-se, e-keit ma ema c’hoas pell egile, e kas d’hen kavout kannaded, evit goulen ar peoc’h. (33) Evel-se eta piou-benag en ho touez ha na zilez ket kement hen deuz, na hell ket beza diskibl d’in.
(34) Eun dra vad eo an holen ; mes mar teu an holen da goll he vlaz, gant petra ec’h hallo-hen beza sallet ? (35) N’eo mad, nag evit an douar, nag evit an teil ; hen teurel a rer er meaz. Ra zelaouo an neb hen deuz diou-skouarn da glevet.
N holl bublicaned hag ar bec’herien a dostae ouz Jesus evit selaou anezhan. (2) Hag ar Farizianed hag ar Scribed a vurmure hag a lavare : An den-man a zigemer ar bec’herien, hag a zebr assambles ganthe.
(3) Mes hen a lavaraz dezhe ar barabolen-man : (4) Pehini eo an den en ho touez, hag hen deuz kant danvad, mar teu da goll unan anezhe, na lez ket an naonteg ha pevarugent all en dezert, ha n’ez a da glask an hini a zo dianket, ken hen deve her c’havet ; (5) hag o veza her c’havet, n’hen laka ket gant joa var he ziou-skoaz ; (6) hag o veza erruet er gear, ne c’halv he vignoned hag he amezeien, ha ne lavar dezhe : En em rejouissit ganen, rag kavet em euz va danvad pehini a oa dianket ? (7) Me a lavar deoc’h e vezo evel-se muioc’h a joa en env evit eur pec’her hep-ken hag a zistro, eged evit naonteg ha pevar-ugent den just pere n’ho deuz ket ezom a gonversion.
(8) Pe c’hoas, piou eo ar vaouez, pehini he deuz dek pez arc’hant, mar teu da goll unan anezhe, na allum ket eur c’houlaouen, na skub ket an ti ha na glask ket piz, ken he deve hen kavet ; (9) ha pa deve hen kavet, ne c’halv he mignonezed hag he amezeien, ha ne lavar dezhe : En em rejouissit ganen, rag kavet em euz ar pez arc’hant em boa kollet ? (10) Evel-se, e lavaran deoc’h, ez euz joa dirag elez Doue evit eur pec’her hepken hag a zistro.
(11) Lavaret a reaz c’hoas : Eun den hen doa daou vab. (12) Hag ar yaouanka a lavaraz d’he dad : Va zad, ro d’in al loden euz ar madou a dle digouezoud d’in. Hag an tad a bartajaz he vadou etrezhe. (13) Hag eun neubeud deveziou goude, ar mab yaouanka-ze, o veza dastumet kement a oa dezhan, a ieaz kuit da eur vro bell, hag e tispignaz eno he beadra o veva en dizurz. (14) Pa hen doe dispignet kement hen devoa, e c’hoarvezaz eur gernez vraz er vro-ze ; hag e commansaz beza en dienez. (15) Hag o veza eat ac’hane, en em lakeaz da vevel gant unan euz a dud ar vro-ze, hag heman a gassaz anezhan d’he zouarou da ziwall ar moc’h. (16) C’hoant hen divije bet da derri he naoun gant ar boued a zebre ar moc’h ; mes den na roe dezhan. (17) O veza eta antreet enhan he-unan, e lavaraz : Pegement a vevelien a zo en ti va zad, hag ho deuz bara ar pez a geront, ha me a zo o vervel gant an naon ! (18) Sevel a rin, hag ez in da gavout va zad, hag e livirin dezhan : Va zad, pec’het em euz a-enep an env hag a-enep d’id ; (19) ha n’ed oun ken dign da veza galvet da vab ; gra d’in evel da unan euz da vevelien. (20) En em lakaad a reaz eta en hent hag e teuaz etrezeg he dad. Hogen, pa oa c’hoas pell, he dad a velaz anezhan, hag hen doe truez outhan, ha g o tiredec d’he gavout, e lammaz ganthan hag e pokaz dezhan. (21) Hag he vab a lavaraz dezhan : Va zad, pec’het em euz a-enep an env hag a-enep d’id, ha n’ed oun ket dign mui da veza galvet da vab. (22) Mes an tad a lavaraz d’he zervicherien : Digassit ar zae gaera, ha gwiskit-hi dezhan, ha likit dezhan eur walen var he viz hag eur boutou en he dreid ; (23) ha digassit al leue lard, ha lazit anezhan ; ha debromp hag en em rejouissomp ; (24) rag ar mab-man d’in a oa maro, hag ez eo deuet d’ar vuez ; kollet e oa, ha setu hen kavet. Hag int a gommansaz d’en em rejouissa. (25) Hogen, he vab hena pehini a oa var ar meaz, a zistroaz, ha pa oe tost ouz an ti, e klevaz ar ganaouen hag an dansou. (26) Hag e c’halvaz unan euz ar servicherien, hag e c’houlennaz diganthan petra a oa anevez. (27) Hag ar servicher a lavaraz dezhan : Da vreur a zo distro d’ar gear, ha da dad hen deuz lazet al leue lard, abalamour m’hen deuz hen kavet a-nevez leun a iec’hed. (28) Mes he-man a zavaz droug en-han, ha na felle ket dezhan mond en ti. He dad a zeuaz eta hag a bedaz anezhan da antreal. (29) Mes hen a respontaz d’he dad : Setu, me a zo o servicha ac’hanoud abaoe ken lies a vloaveziou, heb beza biskoas torret da c’hourc’hemenou, ha koulskoude n’ec’h euz biskoas roet d’in eur c’havric evit gallout en em rejouissa assambles gant va mignoned. (30) Mes kerkent ha ma’z eo distroet ar mab-se d’id, goude beza debret he vadou gant merc’hed fall, ec’h euz lakeat laza al leue lard evithan. (31) Hag he dad a lavaraz dezhan : Va mab ! te a zo bepred ganen, ha kement em euz a zo d’id. (32) Mes red-mad e oa en em rei d’ar joa ha d’al levenez, rag ar breurman d’id a oa maro hag ez eo deuet d’ar vuez ; kollet e oa, ha setu hen kavet.
ESUS a lavare ive d’he ziskibien : Eun den pinvidic hen doa eur mevel hag a oa tamallet diraz’han da veza gwall implijet he vadou. (2) He Aotrou hen galvaz eta hag a lavaraz dezhan : Petra a glevan-me lavaret divar da ben ? Rent count d’in euz an implij ec’h euz great euz va danvez ; rag ne halli ken a-viziken gouarn va madou. (3) Neuze ar mevel a lavaraz enhan he-unan : Petra a rin-me, pa’z eo gwir va mestr a lam va c’harg diganen ? Na hellan ket labourat an douar, ha mêz em befe o vond da glask an aluzen. (4) Me a oar petra a rin, evit gallout, pa vezo lammet va c’harg diganen, kaout tud d’am digemer en ho ziez. (5) Neuze e c’halvaz, an eil goude egile, kement hini a dlie eun dra-benag d’he Aotrou, hag e lavaraz d’ar c’henta : Pegement a dleez-te d’am Aotrou ? (6) He-man a respontaz : Kant muzurat eol. Hag ar mevel a lavaraz dezhan : Setu aze da villet ; azez aman, ha scriv rag-tal eur billet a hanterkant. (7) Goude-ze e lavaraz da unan all : Ha te, pegement a dleez-te ? He-man a lavaraz : Kant muzurat gwiniz. Hag ar mevel a lavaraz dezhan : Kemer da villet, ha gra d’in eur billet a bevar-ugent. (8) Hag ar mestr a roaz meulodi d’ar mevel disleal-ze dre ma oa bet habil en kement-se ; rag bugale ar bed-man a zo finnoc’h en ho generation, eged bugale ar sclerijen.
(9) Ha me a lavar deoc’h : Gounezit mignoned gant ar madou injust, evit gallout, pa zigwezo deoc’h mervel, beza recevet ganthe en tabernaclou eternel. (10) An hini a zo fidel en traou dister a vezo ive fidel en traou braz ; hag an hini a zo disleal en traou dister a vezo disleal ive er re vraz. (11) Evel-se ma n’ed oc’h ket bet fidel er madou injust, piou a fizio enoc’h ar madou gwirion ? (12) Ha ma n’ed oc’h ket bet fidel gant ar pez a zo d’ar re all, piou a roio deoc’h ar pez a zo deoc’h ?
(13) Servicher e-bed na hell servicha daou vestr ; rag, pe e kasaio unan, hag e karo egile ; pe otraraant hen devezo attachamant ouz unan, hag e tisprijo egile. Na hellit ket servicha Doue ha Mammon.
(14) Ar Farizianed, pere a oa tud avarisius, a zelaoue kement-se holl, hag a rea goab anezhan.
(15) Hag hen a lavaraz dezhe : Evidoc’h-hu, c’houi a glask tremen evit tud just dirag an dud ; mes Doue a anavez ho calonou ; rag ar pez a zo huel dirag an dud a zo eun abomination dirag Doue. (16) Al lezen hag ar brofeted a ia bete Ian ; abaoe an amzer-ze rouantelez Doue a zo prezeget, ha pep hini a ia ebarz dre fors. (17) Mes kentoc’h e tremeno an env hag an douar eged na vanko an distera lizeren euz al lezen. (18) Piou-benag a gas kuit he vreg, hag a zimez da unan all, a ra avoultriach, hag an neb a zimez d’an hini a zo bet kasset kuit gant he fried, a ra avoultriach.
(19) Bez’ e oa eun den pinvidic hag a oa gwisket gant pourpr ha gant lien moan, hag a veve bemdez e-kreiz an abondans hag al lorc’haj. (20) Bez’ e oa ive eun den paour, hanvet Lazar, hag a oa gourvezet e-tal he zor, goloet a c’houliou ; (21) ha karet hen dije gallout terri he naoun gant ar bruzun a gweze divar daol an den pinvidic ; hag ar chass zo-ken a zeue, hag a lippe he c’houliou. (22) Hogen digwezoud a reaz d’an den paour mervel, hag e oe douget gant an elez var galon Abraham ; an den pinvidic a varvaz ive, hag e oe sebeliet. (23) Hag o veza en ifern, e-kreiz an tourmanchou, e savaz he zaou-lagad, hag e velaz Abraham a-ziabell, ha Lazar var he galon ; (24) hag hen o crial, a lavaraz : Abraham, va zad, kemer truez ouzin, ha digas Lazar, evit ma lakai pen he viz en dour, da freskaad d’in va zeod : rag gwall dourmantet oun e-kreiz an tan-man. (25) Mes Abraham a respontaz : Va mab, dalc’h sonj penaos ec’h euz bet da vadou e-pad da vuez, pa hen deuz bet Lazar he boaniou ; breman ez eo consolet, ha te a zo en tourmanchou. (26) Ouzpen-ze, eun abim braz a zo etre c’houi ha ni, en hevelep doare ar re a fellfe dezhe mond ac’halen beteg enoc’h, na halfent ket ; na ken neubeud ar re a fellfe dezhe dond ac’halese beteg enomp. (27) Neuze an den pinvidic a lavaraz : Da bedi a ran eta Abraham, va zad, da gas Lazar da di va zad, (28) (rag bez’ em euz pemp breur), evit ma vezo test dezhe var gement-man, gant aoun na zeufent ive ho-unan el leac’h-man a dourmant. (29) Abraham a respontaz dezhan : Bez’ ho deuz Moises hag ar brofeted ; ra zelaouint anezhe. (30) An den pinvidic a lavaraz : Nann, Abraham, va zad ; mes mar d’a unan-benag euz ar re varo d’ho c’havout, en em gonvertissint. (31) Hag Abraham a lavaraz dezhan : Ma na zelaouont ket Moises hag ar brofeted, na gredint ket ken neubeud, ha pa zavfe unan euz a-douez ar re varo.
ESUS a lavaraz ive d’he ziskibien : Red eo e c’hoarvezfe skoueriou fall ; koulskoude malheur d’an hini a ro skouer fall. (2) Gwelloc’h e vez dezhan ma vez staget ouz he c’houzoug eur mean milin, hag ma vez taolet er mor, eged ma rofe skouer fall da hini euz ar re vihan-man. (3) Likit evez ouzoc’h hoc’h-unan. Mar hen deuz pec’het da vreur en da enep, repren anezhan ; ha mar hen deuz keuz, pardon dezhan. (4) Ha mar hen deuz pec’het enep d’id seiz gwech en deiz ha mar teu seiz gwech en deiz-ze da zistrei ouzid, ha da lavaret : Keuz em euz ; pardon dezhan.
(5) Hag an ebestel a lavaraz d’an Aotrou : Cresk enomp ar feiz. (6) Hag an Aotrou a lavaraz : Mar ho pije eur feiz ker braz hag eur c’hreunen sezo, e lavarjac’h d’ar vezen zicomor-man : En em difram ac’halen ha kea d’en em blanta er mor ; ar vezen a zentfe ouzoc’h.
(7) Piou ac’hanoc’h, hag hen deuz eur mevel oc’h arat, pe o vessa, a lavar dezhan kerkent ha ma vez distro euz ar park : Tosta aman, hag en em laka ouz taol ? (8) Daoust ha ne lavarfe ket dezhan kentoc’h : Aoz d’in va c’hoan, stard da c’houriz en-dro d’id, ha servich ac’hanoun, ken am bezo debret hag evet ; ha goude-ze e tebri hag ec’h evi. (9) Daoust hag hen hen devezo anaoudegez-vad d’ar mevel-ze, evit beza great ar pez a oa bet gourc’hemenet dezhan ? Ne gav ket d’in. (10) Evel-se ive c’houi, pa ho pezo great kement a zo gourc’hemenet deoc’h, livirit : Servicherien didalvoudec ez omp, rag n’hon euz great nemed ar pez a oa dleet deomp da ober.
(11) Digwezoud a reaz dezhan, en eur vond da Jerusalem, tremen dre greiz ar Samari hag ar Galile. (12) Ha pa oa oc’h antren en eur bourg, e teuaz d’hen dialben deg den lor, pere en em zalc’he pell diouthan ; (13) hag int, o sevel ho mouez, a lavaraz : Jesus, Mestr, bez truez ouzimp ! (14) Jesus pa velaz anezhe, a lavaraz dezhe : It, hag en em ziskouezit d’ar veleien. Hag e c’hoarvezaz pa oant o vond, ma oent neteet euz ko lorgnez. (15) Hag unan anezhe, o velet e oa rentet pare, a zistroaz var he c’hiz en eur veuli Doue a vouez huel ; (16) hag en em daolaz e c’harz treid Jesus, he visach ouz an douar, o renta grasou dezhan. Hogen he-man a oa eur Samaritan. (17) Jesus o komz outhan, a lavaraz : Ha n’int-hi ket bet pareet ho dek ? Peleac’h eta eo choumet an nao all ? (18) N’euz nemed an estranjour-man hag a zo distroet evit renta gloar da Zoue. (19) Neuze e lavaraz dezhan : Sav alese, kea, da feiz hen deuz da zaveteet.
(20) Ar Farizianed, o veza goulennet diganthan peur e teuje rouantelez Doue, e respontaz dezhe : Rouantelez Doue na zeuio ket gant apparans ; (21) ha ne vezo ket lavaret : Setu-hen aman, pe : Setu-hen a-hont ; rag setu, ema rouantelez Doue en ho kreiz.
(22) Hag e lavaraz d’an diskibien : Dond a rai an deiziou ma ho pezo c’hoant da velet unan euz deiziou Mab an den, ha n’her gwelot ket. (23) Hag e vezo lavaret deoc’h : Setu-hen aman, pe : Setu-hen a-hont ; n’ez it ket, ha n’ho heullit ket. (24) Rag e-c’hiz ma lugern al luc’heden euz an eil pen an oabl beteg egile, evel-se ive ec’h apparisso Mab an den pa zeuio he zeiz. (25) Mes red eo dezhan da genta gouzanv kalz ha beza nac’het gant ar generation-man. (26) Hag ar pez a c’hoarvezaz en deiziou Noe, a c’hoarvezo ive en amzer Mab an den : (27) an dud a zebre, a eve, a zimeze, hag a roe en priedelez, beteg an deiz ma c’hantreaz Noe ebarz an arc’h ; hag an diluch a zeuaz hag ho distrujaz holl. (28) Kement-se ive a c’hoarvezaz en amzer Lot ; an dud a zebre, a eve, a brene, a verze, a blante hag a zave tiez ; (29) mes en deiz ma sortiaz Lot euz a Sodom, eur glao tan ha soufr a gwezaz euz an env, hag ho distrujaz holl ; (30) evel-se e c’hoarvezo ive en devez ma c’happarisso Mab an den. (31) En deiz-ze, an neb a vezo var an doen, hag hen devezo he veubl ebarz an ti, diwallo da zisken evit ho c’has ganthan ; hag er memeus doare, an neb a vezo er meziou, diwallo da zistrei var he c’hiz. (32) Dalc’hit sonj euz a vreg Lot. (33) Piou-benag a glasko savetei he vuez, he c’hollo ; ha piou-benag a gollo anezhi, he c’havo. (34) Lavaret a ran deoc’h, penaos en noz-ze e vezo daou assambles en eur gwele ; unan a vezo kemeret hag egile lezet ; (35) diou a vezo o vala assambles, unan a vezo kemeret hag eben lezet ; (36) daou a vezo er park, unan a vezo kemeret, hag egile lezet.
(37) Hag o respont, e leverjont dezhan : E pe leac’h, Aotrou, e c’hoarvezo kement-se ? Hag hen a lavaraz dezhe : E pe leac’h-benag ma vezo ar c’horf maro, eno en em zastumo an egled.
ESUS a lavaraz ive ar barabolen-man, evit diskouez ez eo red pedi bepred, hag hep skuiza :
(2) En eur gear e oa eur barner pehini na zouje ket Doue, ha n’hen doa respet e-bed evit den. (3) Bez’ e oa ive er gear-ze eun intanvez hag a zeue d’hen kavout hag a lavare dezhan : Rent justis d’in a-enep va adversour. (4) E-pad pell-amzer na fellaz dezhan ober netra evithi. Goude-ze evel-kent e lavaraz enhan he-unan : Petra-benag ma na zoujan ket Doue, ha ma n’em euz respet e-bed evit den, (5) koulskoude, o veza ne ehan ket an intanvez-ze d’am inoui, e rin justis dezhi, gant aoun ne gendalc’hfe atao da zond da derri va fen d’in. (6) Hag an Aotrou a lavaraz : Selaouit mad ar pez a lavar ar barner injust-se. (7) Ha Doue, daoust hag hen na venjo ket ar re hen deuz choazet, pere a gri var-zu enhan noz deiz, petra-benag ma tale da zond d’ho venji ? (8) Hen lavaret a ran deoc’h, hep-dale e venjo anezhe. Mes pa deui Mab an den, daoust hag hen a gavo feiz var an douar ?
(9) Lavaret a reaz ive ar barabolen-man, divarben tud pere a grede enhe ho-unan e oant tud just, hag a zisprije ar re all :
(10) Daou zen a bignaz en templ evit pidi ; unan a oa Farizian, hag egile publican. (11) Ar Farizian, oc’h en em zerc’hel en he za, a bede evel-hen enhan he-unan : O Doue, da drugarekaad a ran o veza n’oun ket evel an dud all pere a zo scraperien, injust, avoultrerien, na zo-ken evel ar publican-ze ; (12) iun aran diou wech ar sizun, hag e roan an deog var gement em euz. (13) Mes ar publican, oc’h en em zerc’hel a-ziabell, na grede ket zo-ken sevel he zaou-lagad var-zu an env ; mes skei a rea var boull he galon, en eur lavaret : O Doue, kemer truez ouzin-me rag n’ed oun nemed eur pec’her ! (14) Hen lavaret a ran deoc’h, he-man a ziskennaz d’he di justifiet kentoc’h eged egile ; rag kement hini en em huella a vezo izelleet ; ha kement hini en em izella, a vezo huelleet.
(15) Digas a rent ive bugaligou dezhan da douch. An diskibien o velet kement-se, a reprene ar re ho digasse. (16) Mes Jesus, o c’hervel anezhe d’he gavoud, a lavaraz : List ar vugaligou da zond d’am c’havoud ha na virit ket outhe ; rag rouantelez Doue a zo evit ar re a zo henvel outhe. (17) E gwirionez hen lavaran deoc’h, piou-benag na recevo ket rouantelez Doue evel eur bugel bihan, na antreo ket enhi.
(18) Neuze eur chef euz ar c’hontre a c’houlennaz digant Jesus : Mestr mad, petra a dlean-me da ober evit kaoud ar vuez eternel ? (19) Jesus a lavaraz dezhan : Perag e c’halvez-te ac’hanoun mad ? N’euz hini mad e-bed, nemed Doue hep-ken. (20) Anaoud a rez ar gourc’hemenou : Na ri ket a avoultriach ; na lazi ket ; na laeri ket ; na liviri ket a falz testeni ; henor da dad ha da vam. (21) Hen a lavaraz : Miret em euz kement-se holl adaleg va yaouankiz. (22) Jesus, o klevet kement-se, a lavaraz dezhan : Mankoud a ra d’id eun dra c’hoas ; gwerz kement ec’h euz, ha ro-hen d’ar beorien, hag e pezo eun tenzor en env ; ha neuze deuz, hag heuil ac’hanoun. (23) Mes hen, pa hen doe klevet kement-se, a zeuaz da veza gwall drist ; rag pinvidic braz e oa.
(24) Jesus, o velet e oa deuet gwall drist, a lavaraz : Na pegen diez eo d’ar re ho deuz madou antren en rouantelez Doue ! (25) Eassoc’h eo da eur c’hanval tremen dre graouen eun nadoz, eged da eun den pinvidic antren en rouantelez Doue. (26) Hag ar re a gleve anezhan a lavaraz : Piou eta a hell beza salvet ? (27) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Ar pez a zo impossubl d’an dud a zo possubl da Zoue.
(28) Ha Per a lavaraz : Setu, ni hon euz dilezet pep-tra, hag hon euz heulliet ac’hanoud. (29) Hag hen a lavaraz dezhe : E gwirionez hen lavaran deoc’h, n’euz hini hag hen deuz dilezet ti, pe dad ha mam, pe vreudeur, pe vreg, pe vugale, abalamour da rouantelez Doue, (30) ha na recevo kalz muioc’h er bed-man, hag er bed da zond, ar vuez eternel.
(31) Jesus a gemeraz neuze an daouzec a-gostez ganthan hag a lavaraz dezhe : Setu, emaomp o pignad da Jerusalem, ha kement tra a zo bet scrivet gant ar brofeted divarben Mab an den a ia da veza accomplisset. (32) Rag livret e vezo d’ar Jentiled, goapeat ha gwall-dretet e vezo, ha cranchet e vezo outhan ; (33) ha goude ma vezo bet skourjezet, e vezo lakeat d’ar maro, hag an trede devez e resussito. (34) Mes ne gomprenjont netra a gement-se ; ar c’homzou-ze a oa goloet evithe, ha ne gomprenent ket ar pez a lavare dezhe.
(35) Pa oa o tostaad da Jerico, eun den dall, azezet var bord an hent o c’houlen an aluzen, (36) pa glevaz ar bobl o vond a-biou, a c’houlennaz petra e oa kement-se ; (37) ha e oe roet dezhan da anaoud e oa Jesus a Nazaret o tremen. (38) Neuze e commansaz da grial : Jesus, Mab David, kemer truez ouzin ! (39) Hag ar re a iea araog a c^hourdrouze anezhan, evit hen lakaad da rei peoc’h ; mes hen a grie c’hoas krenvoc’h : Mab David, kemer truez ouzin !
(40) Ha Jesus, o choum en he za, a c’hourc’hemenaz hen digas dezhan, ha pa oe deuet an den dall beteg enhan, e c’houlennaz diganthan : (41) Petra a fell d’id a rafen evidoud ? Hag hen a respontaz : Aotrou, ma kavin ar gwelet. (42) Ha Jesus a lavaraz dezhan : Receo ar gwelet ; da feiz hen deuz da iac’heet. (43) Ha rag-tal e kavaz ar gwelet, hag ec’h heullie anezhan, o renta gloar da Zoue. Hag ar bobl holl, o velet kement-se, a veulaz Doue.
ESUS o veza antreet en Jerico, a dremene dre gear. (2) Ha setu eun den hanvet Zakeus, pehini a oa chef var ar bublicaned, hag a oa pinvidic, (3) a glaske gwelet piou e oa Jesus ; mes dre ma oa bihan a vent, ar bobl a vire outhan d’hen gwelet. (4) Redec a reaz eta araog, hag e pignaz var eur vezen sicomor evit gwelet anezhan, rag dre eno e tlie tremen. (5) Pa oe erruet Jesus eno, e savaz he zaoulagad, hag o velet Zakeus, e lavaraz dezhan : Zakeus, disken buhan ; rag red eo d’in loja en da di hirio. (6) He-man a ziskennaz eta buhan, hag a zigemeraz anezhan gant joa.
(7) Hag ar re holl a velaz kement-se a vurmure, o lavaret e oa eat en ti eur pec’her da loja.
(8) Hogen Zakeus a zavaz, hag a lavaraz d’an Aotrou : Aotrou, an hanter euz va madou a roan d’ar beorien, ha mar em euz great gaou ouz unan-benag, n’euz fors en pe seurt doare, e rentan dezhan peder gwech kemend all. (9) Ha Jesus a lavaraz dezhan : Ar zilvidigez a zo deuet hirio en ti-man, rag he-man a zo ive bugel da Abraham. (10) Rag Mab an den a zo deuet evit klask ha savetei ar pez a oa kollet.
(11) Hag evel ma selaouent an traou-ze, Jesus a gendalc’baz da gomz, hag a lavaraz eur barabolen, abalamour ma oa tost da Jerusalem, ha ma sonjent ez ea rouantelez Doue da veza diskouezet dizale.
(12) Lavaret a reaz eta : Eun den a lignez huel a ieaz en eur vro bell evit kemer evithan he-unan eur rouantelez, ha distrei goude. (13) Hag o veza galvet dec euz he zervicherien, e roaz dezhe deg pez arc’hant, hag e lavaraz dezhe : Likit anezhe da dalvoud ken a zistroin. (14) Mes tud he vro ho doa kassoni outhan ; hag e kasjont kannaded var he lerc’h, da lavaret : Na fell ket deomp e teufe he-man da ren varnomp. (15) C’hoarvezoud a reaz eta, pa oe distro, goude beza recevet ar rouantelez, ma c’hourc’hemenaz gervel d’he gavoud ar zervicherien da bere hen doa roet an arc’hant, evit gwelet pegement hen doa gounezet pep hini. (16) Neuze ar c’henta a zeuaz hag a lavaraz : Aotrou, da bez arc’hant hen deuz gounezet dec pez all. (17) Hag hen a lavaraz dezhan : Mad, servicher mad ; pa’z oud bet fidel en neubeud a dra, e pezo ar gouarnamant var deg kear. (18) Hag an eil a zeuaz, hag a lavaraz : Aotrou da bez arc’hant hen deuz gounezet pemp pez all. (19) Hag hen a lavaraz ive da he-man : Ha te, gouarn var bemp kear. (20) Hag unan all a zeuaz, hag a lavaraz : Aotrou, setu aman da bez arc’hant em euz dalc’het paket en eul lienen ; (21) rag aoun em boa araz’oud abalamour ma’z oud eun den garo, kemeret a rez el leac’h n’ec’h euz lakeat netra, ha medi a rez el leac’h n’ec’h euz ket hadet. (22) Hag he vestr a lavaraz dezhan : Servicher fall, dre da gomzou da-unan eo e varnin ac’hanoud ; te a ouie ez oun eun den garo, hag a gemer el leac’h ma n’em euz lakeat netra, hag a ved el leac’h ma n’em euz ket hadet ; (23) perag eta n’ec’h euz-te ket lakeat va arc’hant er bank ; ha pa vijen distro, em bije hen tennet gant an interest ? (24) Hag e lavaraz d’ar re a oa eno : Lammit diganthan ar pez arc’hant, ha roit-hen d’an hini hen deuz deg. (25) Hag e leverjont dezhan : Aotrou, hennes hen deuz deg pez dija. (26) Hen lavaret a ran deoc’h, roet e vezo d’an hini hen deuz ; mes an hini n’hen deuz ket a vezo zo-ken lammet diganthan ar pez hen deuz. (27) Evit va enebourien, pere n’eo ket fellet dezhe va c’haoud da roue, digassit anezhe aman, ha lazit anezhe diraz’oun.
(28) Ha goude beza lavaret kement-se, Jesus a ieaz pelloc’h, o pignad da Jerusalem.
(29) Hag, o veza erruet tost da Vethfaje ha da Vethani, e-kichen ar menez hanvet menez Olived, e kassaz daou euz he ziskibien, (30) en eur lavaret : It d’ar bourg a zo diraz’oc’h, ha pa viot erru eno, c’houi a gavo eun azen yaouank stag, ha n’euz bet c’hoas den var he gein ; distagit anezhan, hag hen digassit d’in. (31) Ha mar goulen unan-benag perag e tistagit anezhan, e leverot dezhan : Abalamour ma hen deuz an Aotrou ezom anezhan.
(32) Ar re a oe kasset a ieaz, hag a gavaz pep tra evel m’hen doa lavaret dezhe. (33) Ha pa oant o tistaga an azen yaouank, ar perc’hened a lavaraz dezhe : Perag e tistagit-hu an azen yaouank-se ? (34) Hag e lavarjont : An Aotrou hen deuz ezom anezhan. (35) Hag e tigasjont anezhan da Jesus ; ha goude beza taolet ho dillad var an azen yaouank, e lekejont Jesus da pignad varnezhan. (36) Hag evel ma tremene, kalz a astenne ho dillad var an hent.
(37) Ha pa oa o tostaad d’an disken euz Menez Olived, ar foul euz an diskibien, karget a levenez, a gommansaz meuli Doue a vouez huel evit an holl burzudou ho doa gwelet. (38) Hag e lavarent : Ra vezo benniget ar Roue a zeu en hano an Aotrou ! Peoc’h en env, ha gloar en huella euz an envou !
(39) Neuze darn euz ar Farizianed a oa e-touez ar bobl a lavaraz dezhan : Mestr, gourdrouz da ziskibien. (40) Hag hen o respont a lavaraz dezhe : Hen lavaret a ran deoc’h, mar deu ar re-man da devel, ar vein a grio.
(41) Ha pa oe en em gavet tost da gear, o velet anezhi, e commansaz da wela varnezhi, hag e lavaraz : (42) Oh ! ma’z pije anavezet, da vihana en deiz-man a zo d’id, an traou a zell ouz da beoc’h ! mes breman emaint kuzet ouz da zaoulagad. (43) Rag dond a rai varnoud eun amzer ma teui da enebourien da zevel kleuziou en-dro d’id, hag e vezi kelc’hiet, ha gwasket ganthe a bep tu ; (44) ha distruja a raint ac’hanoud te ha da vugale a zo o choum enoud, ha ne lezint ket enoud an eil mean var egile abalamour n’ec’h euz ket anavezet an amzer m’az oud bet bizitet.
(45) Goude-ze, o veza eat en templ, e commansaz da gas er meaz ar re a oa eno o verza hag o prena, (46) en eur lavaret dezhe : Scrivet eo : Va zi a zo eun ti a beden ; mes c’houi hoc’h euz great ganthan eur c’havern laeron.
(47) Hag e kelenne bemdez en templ. Ha prinsed ar veleien, ar Scribed ha chefou ar bobl a glaske hen lakaad d’ar maro. (48) Mes ne ouient petra da ober, rag ar bobl holl a zalc’he tost dezhan evit klevet he gomzou.
UN devez ma oa Jesus o kelen ar bobl en templ, ha ma oa o prezeg an Aviel, prinsed ar veleien hag ar Scribed, gant ar re Ancien, o veza erruet eno, (2) a gomzaz outhan hag a lavaraz : Lavar deomp dre be seurt otorite e rez-te an traou-ze, ha piou hen deuz roet d’id an otorite-ze ? (3) Hen a respontaz hag a lavaraz dezhe : Me a c’houlenno ive eun dra diganeoc’h ; respontit d’in : (4) Pe euz an env, pe a-berz an dud eo e teue badiziant Ian ? (5) Hogen, evel-hen e rezonent enhe ho-unan : Mar leveromp : Euz an env, hen a lavaro : Perag eta n’hoc’h euz-hu ket credet dezhan ? (6) Ha mar leveromp : A-berz an dud, e vezimp meinet gant ar bobl holl ; rag ar bobl a gred mad ez eo Ian eur profet. (7) Rag-se e respontjont ne ouient ket euz a beleac’h e teue. (8) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Na me ken neubeud na livirin ket deoc’h dre be seurt otorite e ran an traou-man.
(9) Neuze e commansaz lavaret d’ar bobl ar barabolen-man : Eun den a blantaz eur winien, hag a roaz anezhi e feurm da labourerien, hag ez eaz euz he vro evit pell amzer. (10) Ha pa oa deuet an amzer da zastum, e kassaz eur servicher etrezeg al labourerien evit kaout diganthe frouez euz ar winien ; mes al labourerien goude beza skoet varnezhan, a gassaz anezhan kuit en goullo. (11) Kas a reaz c’hoas eur servicher all ; mes goude beza kannet ha gwall-dretet beman ive, e kasjont anezhan kuit en goullo. (12) Kas a eure c’hoas unan all evit an trede gwech ; mes he vlessa a rejont ive, hag e taoljont anezban er meaz. (13) Mestr ar winien a lavaraz neuze : Petra a rin-me ? Kas a rin va mab muia-karet ; marteze, pa her gwelint, e toujint dezhan. (14) Mes pa velaz al labourerien anezhan, e commansjont da rezoni evel-hen etreze : He-man eo an heritour ; deuit, lazomp anezhan, evit ma vezo he heritach deomp-ni. (15) Hag, o veza taolet anezhan er meaz euz ar winien, hen lazjont. Petra a rai eta mestr ar winien ? (16) Dond a rai, hag e lako al labourerein-ze d’ar maro, hag e roio he winien da labourerien all.
Ar Judevien, pa glevjont kement-se, a lavaraz : Doue ra viro na c’hoarvezfe kement-se ! (17) Neuze Jesus, o sellet piz outhe, a lavaraz : Petra a zinifi eta an dra-man a zo scrivet : Ar mean a zo bet taolet a-gostez gant ar re a oa o vatissa, hennes a zo deuet da veza ar c’henta mean-corn ? (18) Piou-benag a gwezo var ar mean-ze a vezo brevet, hag an hini a gwezo ar mean-ze varnezhan a vezo flastret.
(19) Neuze prinsed ar veleien hag ar Scribed a glaskaz, hep dale pelloc’h, lakaad ho daouarn varnezhan ; rag anavezet ho doa hen doa lavaret ar barabolen-ze a-eneb dezhe ; mes aoun ho doa rag ar bobl.
(20) Rag-se, o teurel evez mad outhan, e kasjont tud hag a rea seblant da veza tud just, evit hen surpren en he gomzou, ha gallout evel-se hen livra d’ar barner hag hen lakaad etre daouarn ar gouarner. (21) An dud-se a c’houlennaz diganthan an dra-man ; Mestr, gouzoud a reomp e komzez hag e kelennez gant eünder, hag e teskez hent Doue hervez ar wirionez, heb sellet ouz apparans an dud. (22) Ha permetet eo deomp paea an tribut da Cezar pe n’eo ket ? (23) Mes Jesus, oc’h anaoud ho finessa, a lavaraz dezhe : Perag e tentit-hu ac’hanoun ? (24) Diskouezit d’in eun diner. Euz piou eo an imach hag an hano a zo var he-man ? Respont a rejont : Euz a Cezar. (25) Hag hen a lavaraz dezhe : Rentit eta da Cezar ar pez a zo da Cezar, ha da Zoue ar pez a zo da Zoue.
(26) Ha na heljont ket hen surpren en he gomzou dirag ar bobl ; mes souezet gant ar respont hen doa great, e tavjont.
(27) Neuze eur re-benag a-douez ar Saduceed, pere a nac’h ar resurrection, a dostaaz, hag a c’houlennaz evel-hen diganthan : (28) Mestr, Moises hen deuz gourc’hemenet deomp, pa zigouez da eun den-benag kaoud eur breur dimezet hag a varv heb bugale, e tle hennes kemeret ar vreg, ha sevel lignez d’he vreur. (29) Hogen, bez’ e oa seiz breur. Ar c’henta, o veza dimezet, a varvaz heb bugale. (30) An eil a zimezaz d’he vreg, hag a varvaz heb bugale. (31) Neuze an trede a zimezaz dezhi ive, hag ho seiz e rejont ar memeus tra, hag e varvjont heb lezel bugale. (32) Var lerc’h ar re-man holl ar vreg a varvaz ive. (33) Da behini anezhe eta e vezo hi greg pa resussito ar re varo ? Rag ho zeiz ez int bet dimezet dezhi. (34) Jesus a respontaz dezhe : Bugale ar bed-man a zimez, hag a ro da zimezi. (35) Mes ar re a vezo kavet dign da gaout lod er bed da zond hag en resurrection ar re varo, na zimezint ket ha ne roint ket da zimezi. (36) Rag ne hellint ket ken neubeud mervel, rag henvel e vezint ouz an elez, hag e vezint bugale da Zoue, o veza bugale a resurrection. (37) Hogen Moises he-unan a ziskouez deomp ive e teu ar re varo da resussita, pa deu, o komz divarben ar bod-spern, da c’hervel an Aotrou, Doue Abraham, Doue Isaac ha Doue Jacob. (38) Hogen, Doue n’eo ket Doue ar re varo, mes Doue ar re veo ; rag holl e vevont dezhan. (39) Neuze darn euz ar Scribed, o komz, a lavaraz : Mestr, komzet mad ec’h euz. (40) Ha ne gredent ken goulen netra diganthan.
(41) Neuze e lavaraz dezhe : Penaos ec’h heller lavaret ez eo ar C’hrist Mab da Zavid ? (42) Pa lavar David he-unan en levr ar Salmou : An Aotrou hen deuz lavaret d’am Aotrou : (43) Azez a-zeo d’in, ken am bezo lakeat da inimied da scabel dindan da dreid. (44) Mar deu eta David d’hen gervel Aotrou, penaos ec’h hell hen beza he vab ?
(45) Hag, o veza ma oa ar bobl holl o selaou, e lavaraz d’he ziskibien : (46) Diwallit ouz ar Scribed pere a blij dezhe pourmen gant saeou hir, hag a gar beza saludet var ar blasennou public ha kaoud ar c’hadoriou kenta er sinagogou, hag ar plasou kenta er festou ; (47) ha pere a zevor tiez an intanvezed var digarez ober pedennou hir ; beza ho devezo eur gondaonation vrassoc’h.
VEZA savet he zaoulagad, Jesus a velaz tud pinvidic hag a lake ho offransou en tenzor an templ. (2) Gwelet a reaz ive eun intanvez paour hag a lake enhan daou liard ; hag e lavaraz : (3) E gwirionez hen lavaran deoc’h, an intanvez paour-ze he deuz lakeat muioc’h eged an holl. (4) Rag ar re-ze holl ho deuz lakeat en offransou Doue ar pez a re ho devoa, mes houman he deuz lakeat euz ar pez a oa necesser dezhi, kement he doa evit beva.
(5) Hag evel ma lavare darn e oa ornet an templ gant mein kaer ha gant offransou, Jesus a lavaraz : (6) Hag e sellit euz an traou-ze ! Dond a rai an deiziou ma ne vezo ket lezet enhan an eil mean var egile heb beza diskaret.
(7) Hag e c’houlenjont diganthan : Mestr, peur eta e c’hoarvezo an traou-ze, ha dre be seurt sin e vezo anavezet emaint tost da c’hoarvezout ?
(8) Hag hen a lavaraz : Diwallit da veza tromplet ; rag meur a hini a zeuio em hano, en eur lavaret : Me eo ar C’hrist, hag an amzer a dosta. (9) N’ho heullit ket. Hogen, pa glevot komz euz a vrezeliou hag euz a drouz e-touez ar boblou, na spountit ket ; rag red eo d’an traou-ze c’hoarvezoud da genta ; mes ar fin na vezo ket c’hoas.
(10) Lavaret a reaz ive dezhe : Eur bobl a zavo a-eneb eur bobl all, hag eur rouantelez a-eneb eur rouantelez all ; (11) ha bez’ e vezo krenamanchou douar heuzuz e meur a leac’h, ha kernes ha bosen, hag e vezo gwelet traou spountus ha siniou braz ebarz an env.
(12) Mes, araog ma c’hoarvezo kement-se holl, e lakaint ho daouarn varnoc’h hag e persecutint ac’hanoc’h ouz ho livra d’ar sinagogou, hag ouz ho lakaad er prizon, hag o stleja ac’hanoc’h dirag ar rouane hag ar gouarnerien, abalamour d’am hano. (13) Hag en kement-se e kavfot leac’h da renta testeni. (14) Likit eta en ho spered na dleit ket sonjal araog en ho tifen. (15) Rag me a roio deoc’h eur genou hag eur furnez ha ne hallo ket hoc’h enebourien ho dislavaret na stourm outhe. (16) Livret a viot memeus gant ho tud, gant ho preudeur, gant ho kerent ha gant ho mignoned ; hag e vezint pen-caoz da veur a hini ac’hanoc’h da vervel. (17) Ha c’houi a vezo kaseet gant an holl abalamour d’am hano. (18) Mes na vezo ket kollet eur vleven hep-ken euz ho pen. (19) Gounezit hoc’h eneou gant ho patianted.
(20) Ha pa velot Jerusalem kelc’hiet gant armeou, gouezit neuze ema tost an deiz euz he dezolation. (21) Ra dec’ho neuze var ar meneziou ar re a vezo er Jude ; ra zeuio er meaz anezhi an dud a vezo en Jerusalem ; ha diwallo da antren enhi ar re a vezo var ar meaz. (22) Rag ar re-ze a vezo deiziou a gastiz evit ma vezo great kement holl a zo scrivet. (23) Malheur d’ar gragez o tougen frouez, ha d’ar magerezed en deiziou-ze ; rag eur walen vraz a vezo var ar vro-man, ha coler a vezo a-enep d’ar bobl-man. (24) Kweza a raint dindan lem ar c’hleze, hag e vezint kasset en captivite e-touez an holl nationou ; ha Jerusalem a vezo mac’het gant ar Jentiled, ken a vezo peurleuniet amzeriou ar Jentiled.
(25) Siniou a vezo ebarz an heol, el loar hag er stered ; ha var an douar ar boblou a vezo en anken hag en nec’hamant, rag ar mor hag an tarzou mor a rai eun drouz spontus. (26) An dud a vezo evel prest da renta ho ene gant ar spount, o c’hortoz an traou a dle c’hoarvezout var an douar ; rag puissansou an envou a vezo brallet. (27) Ha neuze e velint Mab an den o tond var eur goabren, gant eur galloud hag eur gloar vraz. (28) Hogen, pa gommanso an traou-ze da c’hoarvezout, sellit d’an neac’h, ha savit ho pen, rag ho telivrans a dosta.
(29) Hag e lavaraz dezhe eur barabolen : Sellit ouz ar vezen-fiez hag an holl gwez all ; (30) pa gommansont dispaka, ec’h ouzoc’h hoc’h-unan en eur velet anezhe ema tost an hanv. (31) Evel-se ive c’houi, pa velot an traou-ze o c’hoarvezout, gouezit ema tost rouantelez Doue. (32) E gwirionez e lavaran deoc’h penaos na dremeno ket ar generation-man ken na vezo c’hoarvezet an holl draou-ze. (33) An env hag an douar a dremeno, mes va c’homzou na dremenint ket.
(34) Likit eta evez ouzoc’h hoc’h-unan, gant aoun na zeufe an debauch, ar vezventi ha sourciou ar vuez-man da bouneraad ho calon, ha na gwezfe an devez-se varnoc’h heb gouzoud deoc’h. (35) Rag evel eur roued e teuio var gement hini a zo o choum var c’horre an douar. (36) Beillit eta ha pedit e pep amzer, evit ma veot kavet dign da dec’het diouz an holl draou-ze a dle c’hoarvezoud, ha da choum dirag Mab an den.
(37) Hogen, Jesus a gelenne e-pad an deiz ebarz an templ, ha diouz an noz ez ea er meaz hag en em zalc’he var ar menez hanvet menez olived. (38) Ha da c’houlou deiz, ar bobl holl a deue d’hen kavoud en templ, evit selaou anezhan.
OSTAAD a rea gouel ar bara heb goell hanvet ar Pask. (2) Ha prinsed ar veleien hag ar Scribed a glaske an tu da lakaad Jesus d’ar maro ; rag aoun ho doa rag ar bobl.
(3) Hogen an Diaoul a antreaz en calon Judas, les-hanvet Iscariot, pehini a oa unan euz an daouzec. (4) Mond a reaz eta hag e komzaz gant prinsed ar veleien ha gant chefou ar re a ziwalle an templ, var an doare d’hen livra dezhe. (5) Ar re-man ho doe joa ouz kement-se, hag ec’h accordjont rei arc’hant dezhan. (6) Ha Judas a roaz he c’her. Hag e klaske eun occasion vad d’hen livra dezhe heb trouz.
(7) Koulskoude devez ar bara heb goell a erruaz en pehini e oa red laza an oan Pask. (8) Ha Jesus a gassaz Per ha Ian, en eur lavaret dezhe : It da brepari ar Pask evit m’hen debrimp. (9) Int a lavaraz dezhan : En pe leac’h e fell d’id e preparfemp anezhan ? (10) Hag e lavaraz dezhe : Pa antreot en kear, en em gavo ganeoc’h eun den o tougen eur podad dour ; it var he lerc’h en ti ma c’hantreo ; (11) ha livirit da berc’hen an ti : Ar mestr a lavar d’id : Pe leac’h ema ar zal en pehini e tebrin ar Pask gant va diskibien ? (12) Hag hen a ziskouezo deoc’h eur zal vraz d’an neac’h, meublet mad ; preparit eno ar Pask. (13) Ar re-man eta, o veza eat kuit, a gavaz pep-tra evel m’hen doa lavaret dezhe, hag e preparjont ar Pask.
(14) Ha pa oe deuet an heur, hen en em lekeaz ouz taol, hag an daouzec abostol ganthan. (15) Hag e lavaraz dezhe : Eur c’hoant vraz em boa da zibri ar Pask-man ganeoc’h araog souffr. (16) Rag me a lavar deoc’h n’hen debrin mui, ken a vezo accomplisset en rouantelez Doue. (17) Hag o veza kemeret ar c’halir ha rentet grasou, e lavaraz : Kemerit anezhan, hag hen distribuit etrezoc’h. (18) Rag me a lavar deoc’h, ne evin mui euz a frouez ar winien, ken a vezo deuet rouantelez Doue.
(19) Neuze e kemeraz bara, hag o veza rentet grasou, hen toraz hag hen roaz dezhe, en eur lavaret : He-man eo va c’horf, pehini a zo roet evidoc’h ; grit kement-man en memor ac’hanoun. (20) Er memeus doare, goude beza koaniet, e roaz dezhe ar c’halir, en eur lavaret : Ar c’halir-man eo an allians nevez em goad, pehini a zo skuliet evidoc’h. (2l) Hogen, setu, dorn an hini a drahis ac’hanoun a zo ouz an daol-man ganen. (22) Evit ar pez a zell Mab an den, mond a ra kuit, hervez ar pez a zo bet merket ; mes malheur d’an den-ze gant pehini eo trahisset. (23) Hag e commansjont da c’houlen an eil digant egile pehini anezhe a dlie ober an dra-ze ?
(24) Sevel a reaz ive eun disput etrezhe da c’houzout pehini anezhe a vije kemeret evit ar brassa. (25) Mes Jesus a lavaraz dezhe : Rouane an nationou a zo mistri varnezhe, hag ar re a exers otorite varnezhe a zo galvet mad-oberourien. (26) Mes c’houi, na rit ket evelse ; ha ra vezo ar brassa en ho touez evel an distera ; hag an hini a c’houarn evel an hini a zo o servicha. (27) Rag pehini eo ar brassa, pe an hini a zo ouz taol, pe an hini a zo o servicha ? ha n’eo ket an hini a zo ouz taol eo ? ha koulskoude me a zo en ho touez, evel an hini a zo o servicha. (28) Hogen, evidoc’h-c’houi, oc’h euz kendalc’het ganen em zentationou ; (29) ha me a ro deoc’h ar rouantelez, evel ma’z eo bet roet d’in gant va Zad ; (30) evit ma hellot debri hag eva ouz va zaol em rouantelez, ha beza azezet var droniou, o varna an daouzec tribu a Israel.
(31) An Aotrou a lavaraz c’hoas : Simon, Simon, setu ma hen deuz goulennet Satan tremen ac’hanoc’h dre eur c’hroe evel gwiniz. (32) Mes me em euz pedet evidoud, evit na deuio ket da feiz da zemplaad. Te eta pa vezi convertisset, krenva da vreudeur. (33) Ha Per a lavaraz dezhan : Aotrou, me a zo prest da vond ganez, ha d’ar prizon ha d’ar maro. (34) Mes Jesus a lavaraz dezhan : Me hen lavar d’id, Per, araog ma cano ar c’hilloc hirio, e pezo nac’het teir gwech ec’h anavezez ac’hanoun.
(35) Neuze e lavaraz dezhe : Pa gassiz ac’hanoc’h hep na ialc’h, na bissac’h, na boutou, daoust hag eun dra-benag a zo bet manket deoc’h ? N’euz bet manket netra, eme-z’he. (36) Mes breman, eme-z’han, an hini hen deuz eur ialc’h, ra gemero anezhi ; hag ive an hini hen deuz eur sac’h ; an hini n’hen deuz kleze e-bed, ra verzo he vantel da brena unan. (37) Rag hen lavaret a ran deoc’h, red eo d’ar gomz-man a zo bet scrivet beza accomplisset enoun : Lakeat eo bet e renk an torfetourien. Ha kement a zo bet scrivet divar va fen a zo prest da c’hoarvezout. (38) Hag e leverjont : Aotrou, setu aman daou gleze. Hag hen a lavaraz dezhe : Awalc’h eo kement-se.
(39) Neuze Jesus, o veza eat er meaz, a ieaz hervez he gustum var ar Menez Olived ; hag he ziskibien a ieaz var he lerc’h. (40) Ha pa oe erruet eno, e lavaraz dezhe : Pedit gant aoun na gwezfec’h en tentation.
(41) Neuze e pellaaz diouthe var hed eun taol mean ; hag o veza eat var he zaoulin, e pede, en eur lavaret : (42) Va zad, pella ar c’halir-ze diouzin, mar plij ganez ! koulskoude, ra vezo great n’e ket va bolontez-me mes da hini. (43) Hag eun eal euz an env en em ziskouezaz dezhan evit he grenvaad. (44) Hag o veza en agoni, e pede c’hoas krenvoc’h ; hag e teuaz varnezhan eur c’houezen henvel ouz beradennou goad hag a zivere var an douar.
(45) Hag o veza savet euz he beden, e teuaz etrezeg he ziskibien, hag ho c’havaz kousket gant an dristidigez, hag e lavaraz dezhe : (46) Perag e kouskit-hu ? Savit ha pedit, gant aoun da gweza, pa zeui an dentation.
(47) Pa oe c’hoas o komz, setu ma c’herruaz eur vanden, hag an hini a oa hanvet Judas, unan euz an daouzec, a gerze araog dezhe ; hag e tostaaz etrezeg Jesus evit pokat dezhan. (48) Mes Jesus a lavaraz dezhan : Judas, gant eur pok eta e trahissez Mab an den ?
(49) Hag ar re a oa var-dro Jesus, o velet ar pez a iea da c’hoarvezoud, a lavaraz dezhan : Aotrou, ha skei a raimp-ni gant ar c’hleze ? (50) Hag unan anezhe a skoaz mevel ar beleg-braz, hag a droc’haz dezhan he skouarn deo. (51) Mes Jesus, o komz, a lavaraz : Paouezit. Hag o veza touchet ouz skouarn ar mevel, e pareaz anezhan.
(52) Neuze Jesus a lavaraz da brinsed ar veleien, da gabitaned an templ, ha d’ar re Ancien a oa deuet da gemer anezhan : C’houi a zo deuet gant klezeier ha gant bizier, evel var lerc’h eun torfetour. (53) Bemdez e oann en templ assambles ganeoc’h, ha n’hoc’h euz ket lekeet ho taouarn varnoun. Mes breman ema hoc’h heur ha galloud an devalijen.
(54) Neuze e crogjont enhan, hag hen kasjont ganthe, hag e rejont dezhan mond en ti ar beleg braz. Ha Per a heullie a-ziabell.
(55) Ha pa bo doe great tan en kreiz ar porz, ha pa oent azezet assambles, Per a azezaz en ho zouez. (56) Hag eur plac’h ouz he velet azezet e-tal an tan, hag o sellet piz outhan, a lavaraz : He-man a oa ive gant an den-ze. (57) Mes Per a nac’haz Jesus, en eur lavaret : Maouez, n’hen anavezan ket. (58) Hag eur pennadic goude, eun all, o velet anezhan, a lavaraz : Te a zo ive deuz an dud-se. Mes Per a lavaraz : O va den, n’ed oun ket. (59) Var-dro eun heur goude, unan all a zeuaz hag a lavaraz : Sur awalc’h, hennes a oa ive ganthan ; rag Galilead eo ive. (60) Ha Per a lavaraz : O va den, na ouzon ket petra a leverez. Ha rag-tal, pa oa c’hoas o komz, ar c’hilloc a ganaz. (61) An Aotrou, o veza distroet, a reaz eur zell ouz Per ; ha Per a deuaz da zonj dezhan euz a gomz an Aotrou, ha penaos hen doa lavaret dezhan : Abarz ma hen devezo kanet ar c’hilloc, e pezo nac’het ac’hanoun teir gwech. (62) Ha Per, o veza eat er meaz, a welaz c’houero.
(63) Hogen, an dud a oa crog en Jesus, a rea goab anezhan, hag a skoe ganthan ; (64) hag o veza he c’holoet gant eur voal, e skoent var he vizach, hag e lavarent dezhan : Difin piou hen deuz da skoet ? (65) Ha kalz a draou all a lavarent a-enep dezhan, oc’h insulti anezhan.
(66) Ha kerkent ha ma oa deuet an deiz, conseil ar re Ancien euz ar bobl, prinsed ar veleien hag ar Scribed en em assamblaz, hag a lakaz digas Jesus en ho lez-varn ; hag e leverjont dezhan : (67) Mar d’oud ar C’hrist, lavar deomp. Hag hen a respontaz dezhe : Mar hen lavaran deoc’h n’her c’hredfot ket ; (68) ha ma c’hinterrojan ac’hanoc’h, na respontot ket d’in, ha na laoskot ket ac’hanoun da vond kuit. (69) Divar-vreman Mab an den a vezo azezet en tu-deo da c’halloud Doue. (70) Hag e leverjont holl : Neuze eta ez oud Mab Doue ? Hag hen a respontaz dezhe : Hoc’h-unan hen lavarit ; bez’ ez oun. (71) Neuze e leverjont : Da betra hon euz-ni c’hoas ezom a desteni, pa’z eo gwir hon euz her c’hlevet hon-unan deuz he c’henou ?
EUZE an assamble holl, o veza savet, a gassaz anezhan da Bilat.
(2) Hag int a gommansaz tamal anezhan, en eur lavaret : Kavet hon euz an den-man o trompla ar bobl hag o tifen paea an tribut da Cezar, hag o lavaret ez eo hen he-unan ar C’hrist, ar roue. (3) Neuze Pilat a c’houlennaz diganthan : Ha te eo roue ar Judevien ? Ha Jesus a respontaz dezhan : Hen lavaret a rez.
(4) Ha Pilat a lavaraz da brinsed ar veleien ha d’ar bobl : Ne gavan netra da damal en den-man. (5) Mes int a zalc’he muioc’h-mui varnezhan, en eur lavaret : Lakaad a ra ar hobl d’en em zevel, en eur brezeg dre ar Jude holl, adaleg ar Galile beteg aman.
(6) Pa glevaz Pilat komz euz ar Galiie, e c’houlennaz hag an den-ze a oa Galilead. (7) Hag o veza klevet e oa euz a c’houarnamant Herodes, e kassaz anezhan da gavoud Herodes, pehini a oa ive en Jerusalem en deiziou-ze.
(8) Pa velaz Herodes Jesus, hen devoe eur joa vraz, rag abaoe pell amzer hen doa c’hoant d’he velet, o veza m’hen doa klevet lavaret kalz a draou divar he ben ; hag e oa en gortoz d’he velet oc’h ober eur miracl-benag. (9) Goulen a reaz eta meur a dra diganthan ; mes Jesus na respontaz netra dezhan. (10) Ha prinsed ar veleien hag ar Scribed a oa eno, hag e tamallent anezhan gant coler. (11) Mes Herodes koulz hag he zoudarded hen tretaz gant disprijans ; hag evit ober goab anezhan, e lekeaz hen gwiska gant eur zae gaer, hag hen kassaz da gavout Pilat. (12) En deiz-ze ive Pilat hag Herodes a zeuaz da veza mignoned ; rag araog e oa droug etrezhe.
(13) Neuze Pilat, o veza assamblet prinsed ar veleien, ar barnerien, hag ar bobl, a lavaraz dezhe : (14) Digasset hoc’h euz an den-man d’in, tamallet ganeoc’h da lakaad ar bobl d’en em zevel ; ha koulskoude, pa em euz hen interrojet dirazoc’h, n’em euz kavet anezhan coupabl a hini euz an torfedou a damallit dezhan ; (15) nag Herodes ken neubeud ; rag kasset em euz ac’hanoc’h d’hen kavout ; ha setu n’hen deuz great netra da veritout ar maro. (16) Rag-se, goude beza hen castizet, e laoskin anezhan.
(17) Hogen, bep gouel e tlie accordi dezhe liberte eur prizonnier. (18) En em lakaad a rejont eta da grial holl assambles : Laka he-man d’ar maro, ha laosk ganeomp Barabbas. (19) Hogen, Barabbas a oa bet lakeat er prizon abalamour da eur revolt a oa o’hoarvezet en kear, hag abalamour da eur muntrerez.
(20) Pilat a gomzaz a-nevez outhe, gant ar c’hoant hen doa da leuskel Jesus. (21) Mes int a gommansaz da grial, en eur lavaret : Crucifi, Crucifi, anezhan. (22) Hag e lavaraz dezhe an trede gwech : Pe seurt droug eta hen deuz hen great ? n’am euz kavet netra enhan hag a verit ar maro. Me eta a bunisso anezhan, ha neuze e laoskin anezhan. (23) Mes int a zalc’he muioc’h-mui da c’houlen, en eur grial var bouez ho fen ma vije crucifiet ; hag ho c’hri-fors hag hini prinsed ar veleien a greske bepred. (24) Neuze Pilat a c’hourc’hemenaz ma vije great ar pez a c’houlennent. (25) Hag e laoskaz ganthe an hini a oa bet lakeat er prizon evit eur revolt hag evit eur muntr, pa her goulennent ; hag e laoskaz Jesus en ho bolontez.
(26) Ha pa oant ouz hen kas ganthe, e kemerjont eun den euz a Zyren, hanvet Simon, pehini a oa o tond divar ar meaz, hag e lekejont ar groaz varnezhan, evit he dougen var lerc’h Jesus.
(27) Hag eur foul vraz a bobl hag a c’hragez a iea var he lerc’h, hag a skoe var boull ho c’halon hag a hirvoude divar he ben. (28) Mes Jesus o tistrei outhe, a lavaraz : Merc’hed Jerusalem, na welit ket varnoun-me, mes gwelit varnoc’h hoc’h-unan ha var ho pugale ; (29) rag dond a rai an deiziou ma vezo lavaret : Eürus ar gragez difrouez, ar c’hovou n’ho deuz ket douget, hag ar bronou n’ho deuz ket roet da zena ! (30) Neuze en em lakaint da lavaret d’ar meneziou : Kwezit varnomp, ha d’an tossennou : Goloit ac’hanomp. (31) Rag mar greont kement-se d’ar c’hoat glaz, petra a raint-hi d’ar c’hoat sec’h ?
(32) Digas a rent ive ganthe daou dorfetour all, evit ho lakaad d’ar maro assambles ganthan.
(33) Ha pa oent erruet el leac’h hanvet Calvar (pen-maro), e crucifijont anezhan eno, hag an dorfetourien, unan a-zeo, hag egile a-gleiz. (34) Mes Jesus a lavare : Va Zad, pardon dezhe, rag na ouzont ket petra a reont.
Neuze, e lodenjont he zillad, hag e tenjont d’ar zort varnezhe.
(35) Ar bobl a choume eno hag a zelle. Hag ar chefou a rea goab assambles gant ar bobl, en eur lavaret : Saveteet hen deuz ar re all, ra en em zavetao eta he-unan, mar d’eo ar C’hrist, an hini choazet gant Doue. (36) Ar zoudarded ive, o tostaad evit kinnig dezhan gwin-egr, a rea goab anezhan, hag a lavare : (37) Mar d’oud roue ar Judevien, en em zaveta da-unan.
(38) Ha bez’ e oa ive a-uz d’he ben ar c’homzou-man scrivet en gregach, en latin hag en hebrach : He-man eo Roue ar JUDEVIEN.
(39) Unan euz an dorfetourien a oa crucifiet a insulte anezhan ive, en eur lavaret : Mar d’oud ar C’hrist, en em zaveta da-unan ha ni ive. (40) Mes egile, ouz he repren, a lavaraz dezhan : N’ec’h euz eta doujans e-bed evit Doue, rag condaonet oud d’ar memeus maro ? (41) Evidomp-ni, gant justis eo e souffromp, rag souffr a reomp ar pez a zo dleet d’hon gwall oberou ; mes he-man n’hen deuz great droug e-bed. (42) Hag e lavare da Jesus : Aotrou, bez sonj ac’hanoun, pa vezi antreet en da rouantelez. (43) Ha Jesus a lavaraz dezhan : E gwirionez hen lavaran d’id, hirio e vezi ganen er barados.
(44) Hogen ar c’houec’hved heur e oa, pe var-dro, hag e teuaz tevalijen var an douar holl beteg an naoved heur. (45) An heol a devalaaz, hag ar voal euz an templ a freuzaz dre he greiz.
(46) Ha Jesus, en eur grial gant eur vouez krenv, a lavaraz : Va Zad, etre da zaouarn e rentan va spered. Hag o veza lavaret kement-se e varvaz.
(47) Ar c’hantener, o velet ar pez a oa c’hoarvezet, a rentaz gloar da Zoue, en eur lavaret : E gwiriohez, an den-ze a oa eun den just.
(48) Hag ar bobl holl a oa en em dastumet da velet kement-man, o velet an traou a oa c’hoarvezet, a zistroe d’ar gear en eur skei var boull ho c’halon. (49) Hag ar re holl euz he anaoudegez, hag ar groagez ho doa heulUet anezhan adaleg ar C’halile, en em zalc’he a-ziabell, o sellet ouz an traou-ze.
(50) Hogen eun den, hanvet Josef, hag a oa eur senatour, eun den mad ha just ; (51) pehini n’hen doa ket consantet d’ho c’huzul na d’ho oberou, hag a oa euz a Arimathe, eur gear euz ar Jude, hag a oa o c’hortoz ive rouantelez Doue, (52) o veza deuet da gavout Pilat, a c’houlennaz diganthan corf Jesus. (53) Hag o veza hen diskennet euz ar groaz, hen lienaz gant eul linsel, hag hen lakeaz en eur bez toullet er roc’h, ha ne oa bet c’hoas lakeat den e-bed enhan. (54) An deiz-ze a oa deiz ar breparation, hag ar sabbat a iea da gommans.
(55) Hag ar gragez a oa deuet gant Jesus euz a C’halile, o veza eat var lerc’h Josef, a velaz e pe leac’h e oa ar bez, ha penaos e oa bet lekeat ar c’horf enhan. (56) Hag o veza distroet var ho c’hiz, e preparjont essanzou ha louzou a c’houez-vad, hag e kemerjont ho repos deiz ar sabbat, hervez al lezen.
ES an deiz kenta euz ar sizun, e teujont mintin mad d’ar bez, o tigas ganthe al louzou a c’houez-vad ho doa preparet ; ha bez’ e oa unan-benag all assambles ganthe. (2) Hag e kavjont e oa bet lammet kuit ar mean a oa o c’holo ar bez. (3) Hag o veza eat ebarz, ne gavjont ket corf an Aotrou Jesus. (4) Hag evel ne ouient petra da zonjal var gement-se, daou den gwisket gant dillad lugernus en em diskouezaz dezhe. (5) Hag evel ma oant spountet holl, ha ma plegent ho fen var-zu an douar, ar re-man a lavaraz dezhe : Perag e klaskit-hu etouez ar re varo an hini a zo beo ? (6) N’ema ket aman, mes resussitet eo. Ho pezit memor e pe doare hen deuz komzet ouzoc’h pa edo c’hoas er Galile, pa lavare : (7) Red eo da Vab an den beza livret etre daouarn an dud fall, ha beza crucifiet, ha resussita an trede deiz. (8) Hag e teuaz sonj dezhe euz he gomzou.
(9) Ha pa oant distro euz ar bez, e contjont an traou-ze holl d’an unnec, ha da bep hini deuz ar re all. (10) Ar re a lavaraz an traou-ze d’an ebestel a oa Mari Magdalen, Jeanned, ha Mari, mam Jakes, hag ar re all a oa assambles ganthe. (11) Mes kemer a rejont ho c’homzou evit hunvreou, ha n’ho c’hredjont ket.
(12) Koulskoude Per a zavaz hag a redaz d’ar bez, hag o veza pleget da zellet, na velaz nemed al lienenou a oa var an douar ; hag ez eaz ac’hane, souezet braz enhan he-unan gant ar pez a oa c’hoarvezet.
(13) Er memeus devez, daou anezhe a oa o vond da eur bourg hanvet Emmaüs, var hed tri-ugent staden diouz Jerusalem. (14) Hag e tivizent assambles divarben ar pez a oa c’hoarvezet. (15) Hag e-pad ma oant o komz, hag o rezoni etrezhe, Jesus he-unan a dostaaz outhe hag en em lekeaz da vale assambles ganthe. (16) Mes ho daou-lagad a oa dallet, en hevelep doare ne anavezjont ket anezhan.
(17) Hag e lavaraz dezhe : Divarben petra e komzit-hu evel-se assambles, en eur vond dre an herit, ha petra a zo caoz ma’z oc’h trist ? (18) Unan anezhe, hanvet Cleopas, a respontaz dezhan : Daoust hag en Jerusalem ez euz eun estranjour-benag nemed’oud, ha na anavezfe ket an traou a zo bet c’hoarvezet eno, an deiziou-man ? (19) Hag e lavaraz dezhe : Pe seurt traou ? Ar re-man a respontaz : Ar pez a zo c’hoarvezet gant Jesus a Nazaret, pehini a oa eur profet galloudec en he oberou hag en he gomzou dirag Doue ha dirag ar bobl holl ; (20) ha penaos ho deuz prinsed ar veleien hag hon otoriteou livret anezhan da veza condaonet d’ar maro, hag ho deuz hen crucifiet. (21) Evidomp-ni a oa en gortoz e vije hennes an hini a dlie delivra Israel, ha koulskoude, setu aman dija an trede deiz abaoe ma’z eo c’hoarvezet an traou-ze. (22) Gwir eo ez omp bet estonet braz gant ar pez a zo bet lavaret deomp gant gragez euz hon touez ; rag o veza eat abred diouz ar mintin d’ar bez, (23) hag, o veza n’ho doa ket kavet he gorf eno, ez int deuet en eur lavaret ho doa gwelet elez hag ho deuz lavaret dezhe ez eo beo. (24) Ha darn euz ar re a zo ganeomp a zo bet beteg ar bez, hag ho deuz kavet pep tra evel m’ho doa lavaret ar gragez ; mes evithan, n’ho deuz ket hen gwelet. (25) Neuze e lavaraz dezhe : O tud diskiant, ha tud a galon diegus da gredi ar pez a zo bet lavaret gant ar brofeted ! (26) Daoust ha ne oa ket red d’ar C’hrist souffr an traou-ze, hag antren en he c’hloar ? (27) Neuze, en eur gommans dre Voises, ha dre an holl brofeted, e tisclerie dezhe en holl Scrituriou kement a zelle anezhan.
(28) Evel-se en em gavjont tost d’ar bourg da behini e oant o vond ; mes Jesus a rea van da vond pelloc’h. (29) Mes int a reaz dezhan choum, en eur lavaret dezhan : Choum ganeomp ; rag an noz a dosta, hag erru eo izel an deiz. Antren a reaz eta evit choum assambles ganthe.
(30) Ha pa edo ganthe ouz taol, e kemeraz bara, hag e rentaz grasou ; hag, o veza torret anezhan, hen roaz dezhe. (31) Neuze ho daou-lagad a zigoraz, hag ec’h anavezjont anezhan ; mes hen a zisparissaz a-zirazhe. (32) Hag e leverjont an eil d’egile : Ha na verve ket hor c’halon enomp, e-pad ma komze ouzimp en hent, ha ma tisclerie deomp ar Scrituriou ?
(33) Hag o veza savet kerkent, e tistrojont da Jerusalem ; hag e kavjont an unnec, hag ar re a oa ganthe, dastumet assambles, o lavaret : (34) An Aotrou en gwirionez a zo resussitet, hag en em ziskouezet eo bet da Simon. (35) Ar re-man, d’ho zro, a gontaz ar pez a oa c’hoarvezet ganthe en hent, ha penaos ho doa anavezet anezhan pa oa o terri ar bara.
(36) E-pad ma oant o komz evelse, Jesus he-unan en em ziskouezaz en ho c’hreiz, hag a lavaraz dezhe : Ra vezo ar peoc’h ganeoc’h. (37) Mes int, spouronet ha spountet holl, a grede dezhe e velent eur spered. (38) Hag e lavaraz dezhe : Perag oc’h-hu trubuillet, ha perag e sav sonjezonou control en ho calonou ? (39) Sellit ouz va daouarn hag ouz va zreid, rag me va-unan eo. Touchit ouzin ha sellit ouzin ; rag eur spered n’hen deuz na kig nag eskern, evel ma velit em euz-me. (40) En eur lavaret kement-se, e tiskouezaz dezhe he zaouarn hag he dreid. (41) Mes evel na gredent ket c’hoas, gant ar joa a oa enhe, hag evel ma oant souezet, hen a lavaraz dezhe : Ha beza oc’h euz-hu aman eun dra-benag da zebri ? (42) Hag int a ginnigaz dezhan eun tam euz eur pesk rostet hag euz eur follen vel. (43) Hag o veza ho c’hemeret, e tebraz diouthe dirazhe.
(44) Neuze e lavaraz dezhe : Setu aze ar pez a lavaren deoc’h, pa oann c’hoas assambles ganeoc’h, e oa red ma vije accomplisset kement a zo bet scrivet divar va fen e lezen Moises, er brofeted, hag er Salmou. (45) Neuze e tigoraz dezhe ho spered, evit ma c’heljent compren ar Scrituriou. (46) Hag e lavaraz dezhe : Evel-se eo scrivet, hag evelse ive e oa red d’ar C’hrist souffr, ha resussita an trede deiz a-douez ar re varo, (47) ha ma vije prezeget en he hano ar gonversion hag ar remission euz ar pec’hejou, e-touez an holl nationou, o commans dre Jerusalem. (48) Hogen, c’houi a zo testou a gement-man holl ; ha setu, ez an da zigas deoc’h ar pez hen deuz prometet va Zad. (49) Evidoc’h-c’houi, choumit er gear a Jerusalem, ken a veot gwisket gant ar galloud euz an neac’h.
(50) Goude-ze e tigassaz anezhe er meaz, bete Bethani ; ha neuze, o sevel he zaouarn e vennigaz anezhe. (51) Ha pa oa ouz ho benniga, e c’hoarvezaz ma tispartiaz outhe, ha ma oe savet en env. (52) Hag int, goude beza adoret anezhan, a zistroaz da Jerusalem leun a joa. (53) Hag e vijent dalc’hmad en templ, o veuli hag o venniga Doue. Amen.
pen-kenta e oa ar Ger, hag ar Ger a oa gant Doue, hag ar Ger a oa Doue. (2) Er pen-kenta e oa gant Doue. (3) Pep tra a zo bet great ganthan, ha netra a gement a zo bet great, n’ed eo bet great hep-han. (4) Enhan e oa ar vuez, hag ar vuez a oa sclerijen an dud. (5) Hag ar sclerijen he deuz lugernet e-kreiz an devalijen, hag an devalijen n’he deuz ket he digemeret.
(6) Bez’ e oe eun den, hanvet Ian, hag a oe digasset a-berz Doue. (7) Dond a reaz evit beza test, evit renta testeni d’ar sclerijen, evit ma credje an holl dre enhan. (8) N’e ket hen a oa ar sclerijen, mes digasset e oa da renta testeni d’ar sclerijen.
(9) Ar gwir sclerijen, hag a sclera pep den, a oa o tond er bed. (10) Er bed e oa, hag ar bed a zo bet great ganthan ; mes ar bed n’hen deuz ket he anavezet. (11) Deuet eo e-touez he dud he-unan ; hag he dud he-unan n’ho deuz ket digemeret anezhan. (12) Mes d’ar re holl ho deuz hen digemeret, hen deuz roet ar galloud da veza bugale da Zoue, da lavaret eo, d’ar re a gred en he hano, (13) pere n’int ket ganet euz ar goad, nag euz a volontez ar c’hig, nag euz a volontez an den, mes euz a Zoue.
(14) Hag ar Ger a zo bet great kig, hag hen deuz great he zemeurans en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon euz he c’hloar, eur gloar henvel ouz hini ar Mab unic euz an Tad.
(15) Ian a desteniaz divar he ben, pa zavaz he vouez en eur lavaret : Setu aman an hini divarben pehini e lavaren ar c’homzou-man : An hini a zeu var va lerc’h a zo huelloc’h eged’oun, rag araog d’in e oa.
(16) Hag holl hon euz bet deuz he leunder, ha gras evit gras. (17) Rag al lezen a zo bet roet dre Voises, mes ar c’hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jesus-Christ. (18) Den e-bed n’hen deuz biskoas gwelet Doue ; ar Mab unic, pehini a zo en askre an Tad, eo an hini hen deuz hen roet da anaoud.
(19) He-man eo an desteni a roaz Ian, pa gassaz ar Judevien euz a Jerusalem beleien ha servicherien an templ da c’houlen diganthan : Piou oud-te ? (20) Hen anzav a reaz, ha n’hen nac’haz ket ; hen anzav a reaz, en eur lavaret : N’e ket me eo ar C’hrist. (21) Piou oud-te eta, a c’houlenjont diganthan ? Ha te eo Elias ? Hag e lavaraz : N’e ket me eo. Ha te eo ar profet ? Hag e respontaz : Nann. (22) Lavaret a rejont eta dezhan : Piou oud-te ? evit ma c’hellimp renta respont d’ar re ho deuz hon digasset. Petra a leverez-te ac’hanoud da-unan ? (23) Hen a lavaraz : Me eo mouez an hini a gri ebarz an dezert : Plenait hent an Aotrou, evel ma hen deuz lavaret ar profet Isaias.
(24) Hogen, ar re a oa bet kasset d’he gavoud a oa Farizianed. (25) Goulen a rejont diganthan : Perag eta e vadezez-te, ma n’oud nag ar C’hrist, nag Elias, nag ar profet ? (26) Ian a respontaz dezhe hag a lavaraz : Evidoun, me a vadez en dour ; mes bez’ ez euz unan en ho touez, ha na anavezit ket. (27) Hennes eo an hini a zeu var va lerc’h hag a zo dreist-oun-me, ha n’ed oun ket dign da zilassa dezhan ar c’horreou euz he voutou. (28) Kement-man a c’hoarvezaz en Bethabara, en tu all d’ar Jourdan, el leac’h ma oa Ian o vadezi.
(29) An deiz varlerc’h, Ian a velaz Jesus o tond d’he gavoud, hag e lavaraz : Setu aman Oan Doue, pehini a lam kuit pec’hed ar bed. (30) He-man eo an hini euz a behini e lavaren : Dond a ra var va lerc’h eun den hag a zo huelloc’h eged’oun, rag araog d’in e oa. (31) Evidoun-me n’hen anavezen ket ; mes deuet oun da vadezi en dour, evit ma vezo diskouezet da Israel.
(32) Ian a roaz c’hoas an desteni-man, en eur lavaret : Gwelet em euz ar Spered o tisken euz an env evel eur goulm, hag o choum varnezhan. (33) Evidoun-me, n’hen anavezen ket ; mes an hini hen deuz va digasset da vadezi en dour, hen deuz lavaret d’in : An hini var behini e veli ar Spered o tisken, hag o choum, hennes eo an hini a vadez er Spered-Santel. (34) Hag em euz gwelet, hag em euz testeniet eo hennes Mab Doue.
(35) An deiz varlerc’h, Ian a oa c’hoas eno, gant daou euz he ziskibien, (36) hag o velet Jesus o vale, e lavaraz : Setu aze Oan Doue. (37) Hag an daou diskibl, o veza klevet anezhan o komz evel-se, a heulliaz Jesus. (38) Jesus, o veza distroet, hag o velet ec’h heullient anezhan, a lavaraz dezhe : Petra a glaskit-hu ? Ar re-man a respontaz : Rabbi, (da lavaret eo, mestr,) peleac’h emoud o choum ? (39) Hen a lavaraz dezhe : Deuit ha gwelit. Mond a rejont, hag e veljont en pe leac’h e oa o loja, hag e choumjont ganthan an deiz-ze, rag var-dro an decved heur e oa.
(40) Andre, breur Simon Per, a oa unan euz an daou ho doa klevet ar pez a lavare Ian, hag ho doa heulliet Jesus. (41) Andre a gavaz da genta he vreur Simon, hag a lavaraz dezhan : Kavet hon euz ar Messi (da lavaret eo, ar C’hrist). (42) Hag e tigassaz anezhan da gavout Jesus. Jesus, o veza sellet outhan, a lavaraz dezhan : Te eo Simon, mab da Jona ; te a vezo galvet Cephas (da lavaret eo, Per).
(43) An deiz varlerc’h, Jesus a fellaz dezhan mond d’ar Galile, hag e kavaz Philip, hag e lavaraz dezhan : Heuil ac’hanoun. (44) Hogen, Philip a oa euz a Vethsaida, kear Andre ha Per.
(45) Philip a gavaz Nathanael hag a lavaraz dezhan : Kavet hon euz an hini a zo bet scrivet divar he ben gant Moises el lezen, hag a zo bet annonset gant ar brofeted, Jesus, mab Josef, euz a Nazaret. (46) Nathanael a lavaraz dezhan : Daoust hag euz a Nazaret ec’h hell dond eun dra-benag a vad ? Philip a lavaraz dezhan : Deuz ha gwel. (47) Jesus, o velet Nathanael o tond d’hen kavoud, a lavaraz divar he ben : Setu aman eur gwir Israelit, ha n’euz ket a dromplerez enhan. (48) Nathanael a lavaraz dezhan : A be leac’h ec’h anavezez-te ac’hanoun ? Jesus a respontaz dezhan : Araog ma oaz bet galvet gant Philip, pa oaz dindan ar vezen-fiez, e velen ac’hanoud. (49) Nathanael a respontaz dezhan : Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel. (50) Jesus, a respontaz dezhan : Credi a rez, abalamour ma em euz lavaret d’id em boa da velet dindan ar vezen-fiez ; gwelet a ri traou brassoc’h eged ar re-man. (51) Lavaret a reaz ive dezhan : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : A-viziken e velot an env digor, hag elez Doue o pignad hag o tisken var Mab an den.
RI deiz goude, e oa eun eured en Cana, en bro Galile, ha mam Jesus a oa eno. (2) Ha Jesus a oa ive pedet d’an eured gant he ziskibien. (3) Ar gwin o veza deuet da vankout, mam Jesus a lavaraz dezhan : N’ho deuz ken a win. (4) Jesus a lavaraz dezhi : Maouez, petra a zo etre te ha me ? N’e ket deuet c’hoas va heur. (5) He vam a lavaraz d’ar re a oa o servicha : Grit kement a lavaro deoc’h. (6) Hogen, bez’ e oa eno c’houec’h laouer vean a zerviche da burification ar Judevien, hag a iea en pep hini anezhe daou pe dri muzurad. (7) Jesus a lavaraz dezhe : Kargit al laouerou-ze a zour ; hag int ho c’hargaz leun-bar. (8) Hag e lavaraz dezhe : Tennit diouthe breman, ha kassit da vestr ar fest. Hag e rejont kement-se. (9) Pa hen doe tanveet mestr ar fest an dour troet e gwin (hogen, ne ouie ket a beleac’h e teue ar gwin-ze, mes ar zervicherien ho doa tennet an dour her gouie), e c’halvaz an ozac’h yaouank, hag e lavaraz dezhan : (10) An holl a zervich da genta ar gwin mad, ha pa ho deve an dud evet kalz, neuze e servichont an hini falloc’h ; mes te ec’h euz miret ar gwin mad bete vreman.
(11) Jesus a reaz ar c’henta miracl-man en Cana kear a C’halile, hag e tiskouezaz he c’hloar ; hag he ziskibien a gredaz enhan.
(12) Goude-ze, e tiskennaz da Gapernaüm gant he vam, he vreudeur hag he ziskibien ; ha na choumjont eno nemed eun neubeud deiziou ; (13) ha Pask ar Judevien a oa tost, ha Jesus a bignaz da Jerusalem. (14) Hag e kavaz en templ ar re a verze coleou, denved ha coulmed, gant ar chenchourien arc’hant a oa azezet eno. (15) Hag o veza great eur skourjez gant kerdin, e chasseaz anezhe holl er meaz euz an templ, gant an denved hag ar c’holeou ; hag e strafuillaz arc’hant ar chenchourien, hag e tiskaraz ho zaoliou. (16) Hag e lavaraz d’ar re a verze coulmed : Kassit an traou-man ac’halen, ha na rit ket euz a di va Zad eun ti a varc’had. (17) Neuze e teuaz sonj d’he ziskibien penaos ez eo scrivet : Ar zel euz da di hen deuz devoret ac’hanoun.
(18) Ar Judevien, o komz outhan, a lavaraz : Dre be seurt sin e tiskouezez deomp ec’h euz otorite da ober kement-se ? (19) Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe : Diskarit an templ-man, ha me hen savo a-nevez en tri devez. (20) Ar Judevien a lavaraz dezhan : C’houec’h bloaz ha daou ugent e oar bet o sevel an templ-man, ha te a adzavo anezhan en tri devez ? (21) Mes euz a dempl he gorf eo e komze. (22) Goude eta ma oe resussitet a-douez ar re varo, he ziskibien a zeuaz sonj dezhe hen doa lavaret dezhe kement-se ; hag e credjont d’ar Scritur ha d’ar gomz-ze hen doa lavaret Jesus dezhe.
(23) E-pad ma edo en Jerusalem, da c’houel Pask, kalz a gredaz en he hano, o velet ar miraclou a rea. (24) Mes Jesus na fizie ket enhe, rag ho anaoud a rea holl, (25) ha n’hen doa ket ezom e vije rentet dezhan testeni divarben an den, rag he-unan e ouie petra a oa ebarz an den.
OGEN e-touez ar Farizianed e oa eun den hanvet Nicodem, unan euz ar re huella e-touez ar Judevien. (2) An den-ze a zeuaz, e-pad an noz, da gavout Jesus hag a lavaraz dezhan : Mestr, gouzoud a reomp ez oud eun doctor deuet a-berz Doue ; rag den na hell ober ar miraclou a rez ma n’ema ket Doue ganthan. (3) Jesus a respontaz dezhan : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel a-nevez, na hell ket gwelet rouantelez Doue.
(4) Nicodem a lavaraz dezhan : Penaos ec’h hell eun den genel, hag hen koz ? Daoust hag hen a hell mond adare e kov he vam, ha beza ganet eun eil gwech ?
(5) Jesus a respontaz : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel euz an dour hag euz ar Spered, na hell ket antreal en rouantelez Doue. (6) Ar pez a zo ganet euz ar c’hig a zo kig, hag ar pez a zo ganet euz ar Spered a zo spered. (7) Na vez ket souezet abalamour m’em euz lavaret d’id : Red eo deoc’h genel a-nevez. (8) An avel a c’houez el leac’h ma fell dezhan ; hag e klevez an drouz anezhan ; mes na ouzez nag a be leac’h e teu, na da be leac’h ez a. Evel-se ive e c’hoarvez gant kement den a zo ganet euz ar Spered.
(9) Nicodem a lavaraz dezhan : Penaos ec’h hell an traou-ze c’hoarvezoud.
(10) Jesus a respontaz dezhan : Te a zo doctor euz a Israel, ha na anavezez ket an traou-ze ? (11) E gwirionez, e gwirionez, hen lavaran d’id, ni a lavar ar pez a ouzomp, hag a ro testeni euz ar pez hon euz gwelet ; mes c’houi na recevit ket hon testeni. (12) Ma ne gredit ket, pa em euz komzet deoc’h euz traou an douar, penaos e credot-hu mar komzan deoc’h euz traou an env ? (13) Hogen den e-bed n’eo bet pignet en env, nemed an hini a zo diskennet euz an env, da lavaret eo, Mab an den pehini a zo en env. (14) Hag evel ma savaz Moises ar serpant ebarz an dezert, evel-se eo red da Vab an den beza savet, (15) evit na berisso ket piou-benag a gred enhan, mes ma hen devezo ar vuez eternel. (16) Rag Doue hen deuz karet kement ar bed, ma hen deuz roet he Vab unic, evit na vezo ket kollet piou-benag a gred enhan, mes ma hen devezo ar vuez eternel. (17) Rag Doue n’hen deuz ket digasset he Vab er bed, evit barna ar bed, mes evit ma vezo salvet ar bed dreizhan. (18) An neb a gred enhan n’eo ket barnet, mes an neb na gred ket a zo dija barnet, abalamour n’hen deuz ket credet en hano Mab unic Doue. (19) Hag ar pez a zo caoz d’ar varnedigez-ze eo ma’z eo deuet ar sclerijen er bed, ha ma ho deuz an dud karet muioc’h an devalijen eged ar sclerijen, rag ho oberou a oa fall. (20) Rag kement hini a ra an droug hen deuz kaz euz ar sclerijen, ha ne dosta ket ouz ar sclerijen gant aoun na vez discleriet he oberou. (21) Mes an hini a ra he oberou hervez ar wirionez a dosta ouz ar sclerijen, evit ma vezo gwelet he oberou, rag en Doue ez int great.
(22) Goude-ze, Jesus a ieaz gant he ziskibien var douar Jude, hag e choumaz eno ganthe, hag e vadeze. (23) Ha Ian a vadeze ive en Enon, tost da Zalim, rag kalz a zour a oa eno, ha di e teue an dud evit beza badezet. (24) Rag Ian ne oa ket bet c’hoas lakeat er prizon. (25) Hogen, eun disput a zavaz etre diskibien Ian hag ar Judevien, divarben ar burification. (26) Hag e teujont da gavoud Ian, hag e leverjont dezhan : Mestr, an hini a oa ganez en tu all d’ar Jourdan, ha da behini ec’h euz roet testeni, setu hen o vadezi, hag ez eont holl d’he gavout.
(27) Ian a respontaz : Den na hell pretanti kaout tra e-bed, nemed roet a ve bet dezhan euz an env. (28) C’houi hoc’h-unan a zo testou d’in penaos em euz lavaret : N’e ket me eo ar C’hrist, mes digasset oun bet en he raog. (29) An hini a zo ar vreg yaouank dezhan eo ar pried ; mes mignon ar pried a zo en he gichen hag a zelaou anezhan, a zo leun a joa o klevet mouez ar pried ; hag al laouenedigez-ze, pehini eo va hini-me, a zo parfet. (30) Red eo dezhan creski, ha d’in-me bihanaad. (31) An hini a zeu euz an neac’h, a zo dreist an holl ; an hini a zeu euz an douar a zo euz an douar, hag a gomz euz an douar ; an hini a zo deuet euz an env a zo dreist an holl. (32) Ha testeni a ro euz a gement hen deuz gwelet ha klevet ; mes den na receo he desteni. (33) An hini hen deuz recevet he desteni hen deuz siellet penaos Doue a zo gwirion. (34) Rag an hini a zo bet digasset gant Doue, a lavar komzou Doue, rag Doue na ro ket dezhan ar Spered dre vuzur. (35) An Tad a gar ar Mab, hag hen deuz lakeat pep tra etre he zaouarn. (36) An hini a gred er Mab hen deuz ar vuez eternel ; mes an hini na zent ket ouz ar Mab na velo ket ar vuez, mes coler Doue a choum varnezhan.
A ouvezaz eta an Aotrou, penaos ar Farizianed ho doa klevet e rea hag e vadeze muioc’h a ziskibien eged Ian, (2) (koulskoude n’e ket Jesus he-unan a vadeze, mes he ziskibien), (3) e kuiteaz ar Jude, hag e tistroaz er Galile. (4) Hogen red e oa dezhan tremen dre ar Samari.
(5) En em gavoud a eure eta en eur gear euz ar Samari, hanvet Sikar, tost d’an douar a oa bet roet gant Jacob d’he vab Josef. (6) Eno e oa punz Jacob. Jesus eta skuiz gant an hent, a azezaz e-kichen ar punz ; e oa var-dro ar c’houec’hved heur. (7) Eur vaouez euz a Samari o veza deuet da denna dour, Jesus a lavaraz dezhi : Ro d’in da eva. (8) Rag he ziskibien a oa eat en kear da brena boued. (9) Ar vreg-se a Samari a respontaz dezhan : Penaos, te pehini a zo Judeo, e c’houlennez-te da eva diganen-me eur zamaritanes ? (Rag ar Judevien na zarempredont ket ar Samaritaned).
(10) Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhi : Ma c’hanavezjez donezon Doue, ha piou eo an hini a lavar d’id : Ro da eva d’in, e c’houlenjez diganthan da-unan, hag e roche d’id dour beo. (11) Ar vaouez a lavaraz dezhan : Aotrou, n’ec’h euz netra evit tenna dour, hag ar punz a zo doun ; a be leac’h eta e pefe-te an dour beo-ze ? (12) Daoust ha te a zo brassoc’h eget Jacob hon tad, pehini hen deuz roet deomp ar punz-man, hag hen deuz evet he-unan diouthan, hag ive he vugale hag he loened ? (13) Jesus a respontaz dezhi : Piou-benag a ev euz an dour-ze hen devezo sec’hed adare ; (14) mes piou-benag a evo euz an dour a roin-me dezhan, n’hen devezo biken mui a zec’hed, mes an dour a roin dezhan a deuio da veza enhan eur vammen dour hag a zavo evit ar vuez eternel. (15) Ar vaouez a lavaraz dezhan : Aotrou, ro d’in euz an dour-ze, evit n’am bezo mui a zec’hed, ha na zeuin mui aman da denna dour.
(16) Jesus a lavaraz dezhi : Kea, galv da bried, ha deuz aman. (17) Ar vaouez a respontaz dezhan : N’em euz pried e-bed. Jesus a lavaraz dezhi : Lavaret mad ec’h euz : (18) N’em euz pried e-bed ; rag pemp pried ec’h euz bet ; hag an hini ec’h euz breman n’eo ket pried d’id ; ar wirionez ec’h euz lavaret var gement-se.
(19) Ar vaouez a lavaraz dezhan : Aotrou, gwelet a ran ez oud eur profet. (20) Hon tadou ho deuz adoret var ar menez-man, ha c’houi a lavar penaos al leac’h e pehini ez eo red adori a zo en Jerusalem. (21) Jesus a lavaraz dezhi : Maouez, cred ac’hanoun ; an amzer a dosta ne adorfot mui an Tad na var ar menez-man, nag en Jerusalem. (22) C’houi a ador ar pez na anavezit ket ; ni a ador ar pez a anavezomp ; rag ar zilvidigez a zeu euz ar Judevien. (23) Mes dond a ra an heur, ha deuet eo dija, ma teuio ar gwir adorerien da adori an Tad en spered hag en gwirionez, rag an Tad a c’houlen ar seurt adorerien-ze. (24) Doue a zo Spered, ha red eo d’ar re a ador anezhan, hen adori en Spered hag en gwirionez.
(25) Ar vaouez-se a respontaz dezhan : Gouzoud a ran e tle dond ar Messi, an hini a c’halver ar C’hrist ; pa vezo deuet, e tisclerio deomp pep tra. (26) Jesus a lavaraz dezhi : Me, pehini a gomz ouzid, eo hennes.
(27) Var gement-se e teuaz he ziskibien, hag e oant souezet o velet ma komze gant eur vaouez ; koulskoude hini anezhe na lavaraz dezhan : Petra a c’houlennez-te ? pe : Perag e komzez-te ganthi ?
(28) Neuze ar vaouez a lezaz he fod-dour, hag a ieaz en kear, hag a lavaraz d’an dud : (29) Deuit da velet eun den hag hen deuz lavaret d’in-me kement tra em euz great ; daoust ha na vez ket hennes ar C’hrist ? (30) Sortial a rejont eta euz kear, hag e teujont etrezeg enhan.
(31) Koulskoude, he ziskibien ouz he bedi, a lavare dezhan : Mestr, debr eta. (32) Mes hen a lavaraz dezhe : Bez’ em euz da zibri eur boued ha na anavezit ket. (33) An diskibien a lavare eta etrezhe an eil d’egile : Daoust hag unan-benag hen defe digasset dezhan boued da zebri ?
(34) Jesus a lavaraz dezhe : Va boued-me eo ober bolontez an hini hen deuz va digasset, ha peur-ober he oeuvr. (35) Ha na livirit-hu ket ez euz c’hoas pevar miz a-ben ma teuio an eost ? Setu, me hen lavar deoc’h : Savit ho taoulagad, ha sellit ouz ar meziou a zo dija o venna evit an eost. (36) An hini a zastum an eost a receo he bae hag a zastum frouez evit ar vuez eternel, evit ma c’hello an hini a had en em rejouissa ive gant an hini a zastum. (37) Rag en kement-man, ar gomz-man a zo gwir : Unan a had, hag eun all a ved. (38) Me em euz ho kasset da eosti el leac’h ma n’oc’h euz ket labouret ; re all ho deuz labouret, ha c’houi a zo eat var ho labour.
(39) Hogen, kalz a Zamaritaned euz ar gear-ze a gredaz enhan, abalamour da gomz ar vaouez pehini he doa rentet an desteni-man : Hennes hen deuz lavaret d’in-me kement tra em euz great. 40) Ar Samaritaned eta, o veza deuet d’hen kavout, hen pedaz da choum ganthe ; hag e choumaz eno daou devez. (41) Ha kalz muioc’h a zeuaz da gredi o klevet he gomz he-unan. (42) Hag e lavarent d’ar vaouez : N’e ket abalamour d’ar pez ec’h euz lavaret deomp e credomp breman ; rag klevet hon euz hon-unan, hag ec’h ouzomp ez eo he-man en gwirionez ar C’hrist, Salver ar bed.
(43) Daou devez goude, ez eaz kuit ac’hane, hag ez eaz d’ar Galile, (44) rag Jesus hen doa lavaret he-unan penaos eur profet n’eo ket henoret en he vro he-unan. (45) Pa oe eta erruet er Galile, ar C’halileed hen digemeraz mad, o veza m’ho doa gwelet an holl draou hen doa great en Jerusalem e-pad ar gouel ; rag int ive a oa eat d’ar gouel. (46) Jesus a zeuaz eta adare da Gana en Galile, el leac’h m’hen doa troet an dour en gwin.
Hogen en Capernaüm e oa eun Aotrou euz a balez ar roue, hag hen doa eur mab klanv. (47) An den-ze, o veza klevet e oa deuet Jesus euz ar Jude er Galile, a ieaz d’hen kavout, hag a bedaz anezhan da zisken evit iac’haad he vab, rag prest e oa da vervel. (48) Jesus a lavaraz dezhan : C’houi na gredit ket, nemed gwelet a rafec’h siniou ha miraclou. (49) An Aotrou-ze euz ar palez a lavaraz dezhan : Aotrou disken, araog ma varvo va bugel. (50) Jesus a lavaraz dezhan : Kea, da vab a vev. An den-ze a gredaz ar pez hen doa lavaret dezhan hag ez eaz ac’hane. (51) Ha, pa oa o tisken, he zervicherien a zeuaz d’hen dialben hag a annonsaz dezhan ar c’helou-man : Da vab a vev. (52) Goulen a reaz diganthe da bed heur e oa en em gavet gwelloc,h. Hag e leverjont dezhan : Deac’h, d’ar seizved heur ez eaz an derzien diganthan. (53) Hag an tad a anavezaz e oa d’an heur-ze ive hen doa lavaret Jesus dezhan : Da vab a vev ; hag e credaz, hen hag he holl diegez.
(54) Jesus a reaz an eil miracl-man pa oa deuet euz a Jude d’ar Galile.
OUDE-ZE en em gave eur gouel euz ar Judevien, ha Jesus a zavaz da Jerusalem. (2) Hogen, en Jerusalem, tost da zor an Denved ez euz eul lenn, galvet en hebrach Bethesda, hag he doa pemp porched. (3) Eno e oa gourvezet eun niver braz a dud klanv, tud dall, tud kam ha tud paralizet a oa o c’hortoz ma vije mesket an dour. (4) Rag eun eal a ziskenne, da eur poent a vije, ebarz al lenn, hag a veske an dour. Ar c’henta a iea ebarz pa vije bet mesket an dour, a vije eta pareet, n’euz fors gant pe seurt klenved e vije dalc’het.
(5) Hogen, bez’ e oa eno eun den hag a oa klanv abaoe eiz vloaz ha tregont ; (6) Jesus, o velet anezhan gourvezet, hag o c’houzoud e oa klanv abaoe pell amzer, a lavaraz dezhan : Ha te a fell d’id beza pareet ? (7) Ar c’hlanvour a respontaz dezhan : Aotrou, n’em euz den evit va zeurel ebarz el lenn, pa vez mesket an dour ; hag e-pad ma ven o vond, unan all a zisken araog d’in. (8) Jesus a lavaraz dezhan : Sav, kemer da vele, ha kerz. (9) Ha rag-tal an den a oe rentet pare ; hag e kemeraz he vele, hag e kerzaz. Hogen, an deiz-ze a oa deiz ar sabbat.
(10) Ar Judevien eta a lavare d’an hini a oa bet pareet : Hirio ema ar sabbat ; n’eo ket permetet d’id kas ganez davele. (11) He-man a respontaz dezhe : An hini hen deuz va iac’heet, hen deuz lavaret d’in : Kas ganez da vele ha kerz. (12) Hag e c’houlenjont diganthan : Piou eo an den-ze hen deuz lavaret d’id : Kas ganez da vele ha kerz ? (13) Mes an hini a oa bet iac’heet na ouie ket piou e oa hennes ; rag Jesus a oa en em dennet en kuz, rag kalz a dud a oa eno.
(14) Eur pennad goude, Jesus a gavaz anezhan en templ, hag a lavaraz dezhan : Setu te bet pareet ; na bec’h mui, gant aoun na c’hoarvezfe ganez eun dra-benag gwassoc’h. (15) An den-ze a ieaz kuit, hag a ziscleriaz d’ar Judevien e oa Jesus hen doa iac’heet anezhan.
(16) Abalamour da ze, ar Judevien a zalc’he da heuil Jesus, hag a glaske hen lakaad d’ar maro, abalamour m’hen doa great kement-se deiz ar sabbat. (17) Mes Jesus a lavaraz dezhe : Va Zad a labour bete vreman, ha me a ra ive. (18) Dre-ze ar Judevien a glaske c’hoas muioc’h-mui hen lakaad d’ar maro, n’e ket hep-ken abalamour ma tore ar sabbat, mes c’hoas abalamour ma lavare e oa Doue he Dad, oc’h en em ober he-unan par da Zoue.
(19) Jesus, o komz outhe, a lavaraz : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : Ar Mab na hell ober netra anezhan he-unan nemed gwelet a rafe an Tad ouz hen ober ; rag kement a ra an Tad ar Mab hen gra ive. (20) Rag an Tad a gar ar Mab, hag a ziskouez dezhan kement a ra. Hag e tiskouezo dezhan oberou brassoc’h eged ar re-man, evit ma viot souezet. (21) Rag, evel ma teu an Tad da resussita ar re varo ha da rei ar vuez dezhe, evel-se ive ar Mab a ro ar vuez d’ar re a fell dezhan. (22) An Tad na varn den e-bed, mes roet hen deuz peb barn d’ar Mab. (23) Evit ma teui an holl da henori ar Mab, evel ma c’henoront an Tad. An hini na henor ket ar Mab, na henor ket an Tad hen deuz digasset anezhan.
(24) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : An hini a zelaou va c’homz, hag a gred en hini hen deuz va digasset, hen deuz ar vuez eternel, ha na zeu ket dindan ar varnedigez, mes tremenet eo euz ar maro d’ar vuez. (25) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : Dond a ra an amzer, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varo mouez Mab Doue, hag ar re ho devezo he c’hlevet a vevo. (26) Rag, evel ma hen deuz an Tad ar vuez enhan he-unan, evel-se hen deuz roet ive d’ar Mab da gaoud ar vuez enhan he-unan. (27) Ha roet hen deuz dezhan ar galloud da varn, abalamour ma’z eo Mab an den. (28) Na vezit ket souezet euz a gement-se ; rag tostaad a ra an heur ma teuio ar re holl a zo er beziou da glevet he vouez, ha da zond er meaz ; (29) ar re ho devezo great mad, a resussito evit ar vuez, hag ar re ho devezo great fall, a resussito evit ar varnedigez.
(30) Na hellan ober netra ac’hanoun va-unan, diouz ma klevan e varnan, ha va barnedigez a zo just, rag na glaskan ket va bolontez va-unan, mes bolontez an Tad pehini hen deuz va digasset. (31) Mar rentan testeni ac’hanoun va-unan, va zesteni n’eo ket dign da veza credet. (32) Beza ez euz unan all hag a rent testeni d’in, ha gouzoud a ran ez eo dign da veza credet an desteni a ro d’in. (33) Kasset hoc’h euz tud da gavoud Ian, hag hen hen deuz rentet testeni d’ar wirionez. (34) Evidoun-me ne glaskan ket testeni an den, mes lavaret a ran an traou-man evit ma viot salvet. (35) Ian a oa eur c’houlaouen o tevi hag o rei sclerijen, ha c’houi a zo bet fellet deoc’h, evit eur pennad, en em rejouissa ouz he sclerijen.
(36) Mes me em euz eun testeni brassoc’h eged hini Ian ; rag an oberou hen deuz roet va Zad d’in da ober, an oberou-ze a ran, a rent testeni ac’hanoun, penaos ez oun bet digasset gant va Zad. (37) Hag an Tad pehini hen deuz va digasset, hen deuz he-unan roet testeni ac’hanoun. C’houi n’hoc’h euz biskoas na klevet he vouez, na gwelet anezhan. (38) Hag he gomz na choum ket enoc’h ; pa’z eo gwir ne gredit ket d’an hini hen deuz digasset deoc’h. (39) Furchal a rit ar Scrituriou, rag enhe e sonjit kaoud ar vuez eternel ; hag int eo a rent testeni ac’hanoun ; (40) ha na fell ket deoc’h dond d’am c’havoud evit kaoud ar vuez. (41) Me na recevan ket va gloar euz aberz an dud ; (42) mes anaoud a ran n’hoc’h euz ket karantez Doue enoc’h hoc’h-unan. (43) Deuet oun en hano va Zad, ha c’houi na recevit ket ac’hanoun ; mar deu unan all en he hano he-unan, c’houi hen recevo. (44) Penaos ec’h hellit-hu credi, pa dennit ho kloar an eil euz egile, ha na glaskit ket ar gloar a zeu euz a Zoue hep-ken ?
(45) N’it ket da zonjal ez eo me ho tamallo dirag an Tad ; Moises, en pehini ec’h esperit, hennes eo an hini a damallo ac’hanoc’h. (46) Rag ma credjec’h en Moises e credjec’h ive enoun-me ; rag scrivet hen deuz divar va fen. (47) Mes ma na gredit ket he scridou, penaos ec’h hallot-hu credi va c’homzou-me ?
OUDE-ZE, Jesus a dremenaz en tu all da vor Galile, a c’halver ive mor Tiberiad.
(2) Hag eur foul braz a dud a heullie anezhan, rag gwelet a rent ar miraclou a rea var ar re glanv. (3) Ha Jesus a bignaz var ar menez, hag ec’h azezaz eno gant he ziskibien.
(4) Hogen, ar Pask, gouel ar Judevien, a oa tost.
(5) Jesus eta, o veza savet he zaou-lagad, hag o velet ar bobl vraz a zeue d’hen kavoud, a lavaraz da Philip : A be leac’h e prenimp ni bara, evit m’ho devezo an dud-man da zebri ? (6) Hogen, lavaret a rea kement-se evit hen amprouv, rag gouzoud a rea petra a dlie da ober. (7) Philip a respontaz dezhan : Daou c’hant dinerad bara na vez ket awalc’h evit rei eun tam da bep hini anezhe.
(8) Unan euz he ziskibien, Andre, breur da Simon Per, a lavaraz dezhan : (9) Bez’ ez euz aman eur c’hrennard hag a zo ganthan pemp bara heiz ha daou besk ; mes petra eo an dra-ze evit kement a dud ?
(10) Neuze Jesus a lavaraz : Lakit an dud-ze da azeza. Hogen bez’ e oa kalz a yeot eno. An dud eta a azezaz, en niver a bemp mil den pe var-dro. (11) Ha Jesus a gemeraz ar baraou, ha goude beza rentet grasou, e tistribuaz anezhe d’an diskibien, hag an diskibien ho distribuaz d’ar re a oa azezet ; ober a rejont kement all gant ar pesked, hag ho doe kement ha ma karient. (12) Goude ma ho doe bet ho gwalc’h, e lavaraz d’he ziskibien : Dastumit an tammou a zo choumet evit na ielo netra da goll. (13) Ho dastum a rejont eta, hag e oe karget daouzec paner gant an tammou euz ar pemp bara heiz a oa choumet en dilerc’h ar re ho doa debret.
(14) Hag an dud, o velet ar miracl hen doa great Jesus, a lavare : He-man eo en gwirionez ar profet a dlie dond er bed. (15) Jesus eta oc’h anaoud e tlient dond d’he gemeret, evit hen lakaad da roue, en em dennaz adare he-unan var ar menez.
(16) Pa oe deuet an abardaez, he ziskibien a ziskennaz etrezeg ar mor, (17) hag, o veza antreet er vag, e felle dezhe mond en tu all d’ar mor da Gapernaüm ; tenval e oa dija, ha Jesus ne oa ket deuet c’hoas d’ho c’havout. (18) Dre ma oa krenv an avel, ar mor a zave he darzou. (19) Mes goude m’ho doe ranviet var-dro pemp var-n’ugent pe tregont stad, e veljont Jesus o vale var ar mor, hag o tostaad d’ar vag ; hag e oent spountet. (20) Mes hen a lavaraz dezhe : Me eo, n’ho pezit ket a aoun. (21) Digemer a rejont eta anezhan gant plijadur er vag, ha kerkent, ar vag en em gavaz ouz an douar da behini ez eent.
(22) An deiz varlerc’h, ar bobl a oa choumet en tu all d’ar mor, a velaz ne oa bet bag all e-bed eno nemed an hini en pehini e oa eat he ziskibien, ha penaos Jesus ne oa ket eat ebarz ar vag ganthe, mes e oant eat kuit ho-unan (23) (koulskoude bagou all a oa erruet euz a Diberiad, tost d’al leac’h en pehini ho doa debret bara, goude m’hen doe an Aotrou rentet grasou) ; (24) pa velaz eta ar bobl penaos Jesus ne oa ket eno, nag he ziskibien ken neubeud, ez ejont er bagou, hag e teujont da Gapernaüm da glask Jesus.
(25) Hag o veza hen kavet en tu all d’ar mor, e leverjont deshan : Mestr, peur oud-te en em gavet aman ? (26) Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe : E gwirionez, e gwirionez, hen lavaran deoc’h, c’houi a glask ac’hanoun, n’e ket abalamour ma hoc’h euz gwelet miraclou, mes abalamour ma hoc’h euz debret euz ar bara, ha ma’z oc’h bet rassaziet. (27) Labourit, nann evit ar boued a beris, mes evit an hini a bad beteg er vuez eternel, hag a vezo roet deoc’h gant Mab an den ; rag Doue, an Tad, hen deuz merket he-man gant he ziel.
(28) Lavaret a rejont eta dezhan : Petra a raimp-ni evit accomplissa oeuvrou Doue ? (29) Jesus a respontaz dezhe : OEuvr Doue eo, ma credfac’h en hini a zo bet digasset ganthan.
(30) Neuze e leverjont dezhan : Pe seurt miracl a rez-te eta evit ma her gwelimp, ha ma credimp enoud ? Pe seurt oeuvr a rez-te ? (31) Hon tadou ho deuz debret ar mann en dezert, hervez ma’z eo scrivet : Roet hen deuz dezhe da zebri ar bara euz an env.
(32) Ha Jesus a lavaraz dezhe : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : Moises n’hen deuz ket roet deoc’h bara an env ; mes va Zad a ro deoc’h ar gwir vara euz an env. (33) Rag bara Doue eo an hini a zo diskennet euz an env, hag a ro ar vuez d’ar bed.
(34) Lavaret a rejont dezhan : Aotrou, ro deomp bepred euz ar bara-ze.
(35) Ha Jesus a respontaz dezhe : Me eo ar bara a vuez ; an hini a zeu d’am c’havout, n’hen devezo biken naoun, hag an hini a gred enoun n’hen devezo biken sec’hed. (36) Mes hen lavaret em euz deoc’h, gwelet oc’h euz ac’hanoun, ha na gredit ket. (37) Kement a ro an Tad d’in a zeuio d’am c’havoud, hag an hini a zeu d’am c’havoud na daolin ket anezhan er meaz. (38) Rag me a zo diskennet euz an env, n’e ket evit ober va bolontez va-unan, mes bolontez an hini hen deuz va digasset. (39) Hogen setu aman bolontez an Tad pehini hen deuz va digasset, ma ne gollin hini euz ar re hen deuz roet d’in, mes ma resussitin anezhe en deiz diveza. (40) Houman eo bolontez an hini hen deuz va digasset, ma teui kement hini a zell ouz ar Mab hag a gred enhan, da gaoud ar vuez eternel ; ha me hen resussito en deiz diveza.
(41) Ar Judevien eta a vurmure a-enep dezhan abalamour ma lavare : Me eo ar bara diskennet euz an env. (42) Hag e lavarent : Ha n’e ket hennes eo Jesus, mab Josef, a behini ec’h anavezomp an tad hag ar vam ? Penaos eta ec’h hell lavaret : Me a zo diskennet euz an env ?
(43) Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe : Na vurmurit ket evel-se etrezoc’h. (44) Den ebed na hell dond d’am c’havout, ma ne zeu an Tad pehini hen deuz va digasset d’hen lakaad da zond ; ha me a resussito anezhan en deiz diveza. (45) Scrivet eo er brofeted : Holl e vezint disket gant Doue. Kement hini hen deuz selaouet an Tad hag a zo bet disket ganthan, a zeu d’am c’havout. (46) N’e ket m’hen defe den gwelet an Tad, nemed an hini a zeu euz a Zoue ; hennes hen deuz gwelet an Tad. (47) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : An hini a gred enoun hen deuz ar vuez eternel. (48) Me eo ar bara a vuez. (49) Ho tadou ho deuz debret ar mann en dezert, hag ez int marvet. (50) Heman eo ar bara a zo diskennet euz an env, evit na varvo ket an hini a zebro euz anezhan. (51) Me eo ar bara beo a zo diskennet euz an env ; mar deu unan-benag da zebri euz ar bara-man, e vevo da viken ; hag ar bara a roin-me, eo va c’hig. Hen rei a rin evit buez ar bed.
(52) Ar Judevien a zispute eta etrezhe, en eur lavaret : Penaos ec’h hell an den-ze rei deomp he gig da zebri ? (53) Jesus a lavaraz dezhe : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : Ma na zebrit ket kig Mab an den, ha ma na efit ket he voad, n’ho pezo ket ar vuez enoc’h hoc’h-unan. (54) An hini a zebr va c’hig hag a ev va goad, hen deuz ar vuez eternel ; ha me hen resussito en deiz diveza. (55) Rag va c’hig a zo en gwirionez eur vagadurez, ha va goad a zo en gwirionez eun evach. (56) An hini a zebr va c’hig hag a ev va goad, a choum enoun, ha me enhan. (57) Evel ma hen deuz an Tad, pehini a zo beo, va digasset, hag evel ma vevan dre an Tad ; evel-se ive an hini a zebr ac’hanoun, hennes a vevo dreizoun. (58) He-man eo ar bara diskennet euz an env. N’e ket evel ho tadou pere ho deuz debret ar mann, hag a zo marvet ; an hini a zebro ar bara-man a vevo da viken.
(59) Jesus a lavaraz an traou-ze, pa oa o kelen er sinagog a Gapernaüm.
(60) Kalz euz he ziskibien, o veza klevet anezhan, a lavaraz : Ar gomz-se a zo kaled, piou a hell selaou anezhi ? (61) Mes Jesus, o c’houzoud enhan he-unan e vurmure he ziskibien var gement-se, a lavaraz dezhe : Scandalizet oc’h-hu gant an dra-man ? (62) Petra eta a lavarot-hu mar gwelit Mab an den o pignad el leac’h ma oa diagent ? (63) Ar spered eo a ro buez ; ar c’hig na zervich da netra. Ar c’homzou a lavaran a zo spered ha buez. (64) Mes bez’ ez euz en ho touez lod ha ne gredont ket. Rag Jesus a ouie adaleg ar pen-kenta piou a oa ar re ne gredent ket, ha piou a oa an hini a dlie hen trahissa. (65) Hag e lavare : Abalamour da ze em euz lavaret deoc’h, den e-bed na hell dond d’am c’havout, ma n’eo ket bet roet kement-se dezhan gant va Zad.
(66) Divar neuze, meur a hini euz he ziskibien a dec’haz kuit, ha n’ez eent mui assambles ganthan.
(67) Jesus a lavaraz eta d’an daouzec : Ha na fell ket deoc’h-hu ive mond kuit ? (68) Simon Per a respontaz dezhan : Aotrou, da gavoud piou ez afemp-ni ? Ganez ema komzou ar vuez eternel ; (69) ha ni hon euz credet, hag hon euz anavezet ez oud ar C’hrist, Mab an Doue beo. (70) Jesus a respontaz dezhan : Ha n’em euz-me ket ho choazet ho taouzec ? hag unan ac’hanoc’h a zo eun diaoul. (71) Hogen, euz a Judas Iscariot, mab Simon, eo e komze ; rag hennes eo a dlie hen trahissa, evit-han da veza unan euz an daouzec.
OUDE an traou-ze, Jesus a valee dre ar Galile, rag ne felle ket dezhan choum er Jude, abalamour ma klaske ar Judevien hen lakaad d’ar maro.
(2) Hogen, gouel ar Judevien, hanvet gouel an Tabernaclou a dostae. (3) Hag he vreudeur a lavaraz dezhan : Kea kuit ac’halen, ha kea er Jude, evit ma velo ive da ziskibien an oberou a rez. (4) Rag den na ra netra en kuz, pa vez o klask beza anavezet. Mar grez an traou-ze, en em ziskouez da-unan d’ar bed. (5) Rag he vreudeur ho-unan na gredent ket enhan. (6) Jesus a lavaraz dezhe : Va amzer n’eo ket deuet c’hoas ; mes hoc’h amzer c’houi a vez da bep koulz. (7) Ar bed na hell ket ho kasaad ; mes kasaad a ra ac’hanoun-me, abalamour ma roan testeni divar he ben penaos eo fall he oberou. (8) It c’houi d’ar gouel-ze ; evidoun-me, n’ed an ket c’hoas, rag n’eo ket erru c’hoas va amzer.
(9) Hag o veza lavaret kement-se dezhe, e choumaz er Galile.
(10) Mes, pa oe eat he vreudeur kuit, ez eaz ive d’ar gouel ; n’ez eaz ket publicamant, mes evel en kuz. (11) Ar Judevien eta a glaske anezhan e-pad ar gouel, hag a lavare : E pe leac’h ema ? (12) Ha kalz a drouz a oa divar he ben e-touez ar bobl. Darn a lavare : Eun den mad eo ; ha darn all a lavare : N’eo ket, mes trompla a ra ar bobl. (13) Koulskoude, den e-bed na gomze freaz divar he ben, gant aoun rag ar Judevien.
(14) Var-dro hanter ar gouel, Jesus a bignaz d’an templ, hag en em lakaz da gelen. (15) Hag ar Judevien a oa souezet braz, hag a lavare : Penaos ec’h hell an den-ze anavezoud ar Scrituriou, pa n’hen deuz biskoas ho disket ?
(16) Jesus a respontaz dezhe : Va c’helenadurez na zeu ket ac’hanoun-me, mes euz an hini hen deuz va digasset. (17) Mar fell da unan-benag ober bolontez Doue, ec’h anavezo pe euz a Zoue eo va c’helenadurez, pe ac’hanoun va-unan eo e komzan. (18) An hini a gomz anezhan he-unan a glask he c’hloar he-unan ; mes an hini a glask gloar an hini hen deuz kasset anezhan, a zo dign da veza credet, ha n’euz ket a injustis enhan. (19) Moises ha n’euz-hen ket roet deoc’h al lezen ? ha koulskoude hini ac’hanoc’h na vir al lezen. Perag e klaskit-hu va lakaad d’ar maro ?
(20) Ar bobl a respontaz dezhan : Eun drouk-spered a zo enoud ; piou a glask lakaad ac’hanoud d’ar maro ?
(21) Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe : Eun dra em euz great, hag ho laka holl souezet.
(22) Moises hen deuz gourc’hemenet deoc’h ar circoncision (n’eo ket ma teufe euz a Voises, mes euz an tadou), hag e circoncisit eun den deiz ar sabbat. (23) Mar bez circonciset eun den deiz ar sabbat, evit miret lezen Moises, perag oc’h euz-hu droug ouzin-me, abalamour ma’m euz roet ar iec’hed da eun den deiz ar sabbat ? (24) Na varnit ket hervez an apparans, mes barnit hervez ar justis.
(25) Hag unan-benag a dud Jerusalem a lavare : N’e ket he-man eo an hini a oar o klask anezhan da lakaad d’ar maro ? (26) Ha setu hen o komz dirag an holl, ha ne leverer netra dezhan. Daoust hag ar chefou ho defe anavezet ez eo en gwirionez ar C’hrist ? (27) Mes ni a oar a be leac’h e teu heman ; e leac’h pa zeuio ar C’hrist, ne ouezo den euz a be leac’h eo.
(28) Jesus eta a grie en templ, en eur gelen, hag en eur lavaret : Anaoud a rit ac’hanoun, hag ec’h ouzoc’h a be leac’h ez oun. N’ed oun ket deuet ac’hanoun va-unan, mes an hini hen deuz va digasset a zo gwirion, ha c’houi na anavezit ket anezhan. (29) Hogen, me hen anavez ; rag euz he berz eo e teuan, hag hen eo hen deuz va digasset.
(30) Klask a rent eta an tu da gregi enhan ; mes den na lekeaz he zorn varnezhan, rag ne oa ket c’hoas deuet he heur. (31) Koulskoude kalz a-douez ar bobl a gredaz enhan, hag a lavare : Pa zeui ar C’hrist, daoust hag hen a rai muioc’h a viraclou eged na ra he-man ?
(32) Ar Farizianed, o veza klevet ar pez a lavare ar bobl e-kuz divar he ben, en em glevaz gant prinsed ar veleien, evit kas serjanted da gregi enhan. (33) Setu perag Jesus a lavaraz dezhe : Evit eun neubeud amzer emoun c’hoas ganeoc’h ; hag ez an goude da gavoud an hini hen deuz va digasset. (34) Va c’hlask a reot, ha n’em c’havot ket, hag el leac’h ma emoun, c’houi na hellit ket dont. (35) Ar Judevien eta a lavaraz etrezhe : Da be leac’h ez ai ma n’her c’havimp ket ? Ha mond a rai etrezeg ar re a zo disperset e-touez ar Greked, evit kelen ar Greked ? (36) Petra a zinifi ar gomz-man, hen deuz lavaret : Va c’hlask a reot, ha n’am c’havot ket, hag el leac’h ma emoun, c’houi na hellit ket dont ?
(37) D’an deiz diveza, devez braz ar gouel, Jesus a oa eno, hag a lavare, en eur grial : Mar deuz unan-benag hag hen deuz sec’hed, ra zeui d’am c’havoud, ha ra evo. (38) An hini a gred enoun, e tiredo euz anezhan steriou a zour beo, hervez ma lavar ar Scritur. (39) (Hogen, lavaret a reaz kement-se divarben ar Spered a dlie ar re a gredje enhan da receo ; rag ne oa ket bet roet c’hoas ar Spered-Santel, abalamour na oa ket bet c’hoas glorifiet Jesus.)
(40) Kalz euz ar bobl, o veza klevet ar c’homzou-ze, a lavare : He-man eo en gwirionez ar profet. (41) Darn all a lavare : He-man eo ar C’hrist. Mes darn all a lavare : Daoust ha deuz ar C’halile e tle dond ar C’hrist ? (42) Ha na lavar ket ar Scritur e teu ar C’hrist euz a lignez David, hag euz a gear Bethlehem, a be leac’h e oa David ? (43) Bez’ e oa eta division e-touez ar bobl divar he ben. (44) Ha darn anezhe a felle dezhe cregi enhan ; koulskoude den e-bed na lakeaz he zorn varnezhan.
(45) Ar serjanted eta a zistroaz etrezeg prinsed ar veleien hag ar Farizianed, hag ar re-man a lavaraz dezhe : Perag n’hoc’h euz-hu ket digasset anezhan ? (46) Ar serjanted a respontaz : Biskoas den n’hen deuz komzet evel an den-ze ! (47) Ar Farizianed a lavaraz dezhe : Daoust ha c’houi a zo bet ive gounezet ? (48) Ha bez’ a zo unan-benag euz ar chefou pe euz ar Farizianed hag hen defe credet enhan ? (49) Mes ar bobl-ze, pehini na anavez ket al lezen, a zo milliget.
(50) Nicodem (an hini a oa deuet en noz da gavout Jesus, hag a oa unan anezhe), a lavaraz dezhe : (51) Hon lezen, daoust hag hi a varn eun den heb beza hen klevet araog, hag heb gouzout petra hen deuz great ? (52) Respont a rejont dezhan : Hag eur Galilead oud-te ive ? Klask, ha gwel ha profet e-bed a zo bet biskoas savet euz a C’halile.
(53) Ha pep hini anezhe a ieaz d’ar gear.
ES Jesus a ieaz var ar menez Olived.
(2) Ha da c’houlou-deiz e teuaz adare en templ, hag ar bobl holl a zeuaz d’hen kavout ; hag, o veza azezet, e kelenne anezhe.
(3) Neuze ar Scribed hag ar Farizianed a zigassaz dezhan eur vaouez a oa bet kavet en avoultriach, hag o veza lakeat anezhi en ho c’hreiz, (4) e leverjont dezhan : Mestr, ar vaouez-man a zo bet kavet o pec’hi dre avoultriach. (5) Hogen, Moises, el lezen, hen deuz gourc’hemenet deomp laza a daoliou mein ar seurt tud-ze ; ha te, petra a leverez-te var gement-se ? (6) Kement-se a lavarent evit hen amprouv, evit gallout hen tamal. Mes Jesus, o veza en em bleget, a scrive gant he viz var an douar. (7) Hag evel ma talc’hent d’hen interroji, e savaz en he za, hag e lavaraz dezhe : An hini ac’hanoc’h a zo dibec’h ra sklapo ganthi ar mean kenta. (8) Hag o veza en em bleget adare, e scrive var an douar. (9) Pa glevjont kement-se, o santout ho c’houstians o rebech dezhe, ez ejont kuit an eil goude egile, en eur gommans dre ar re gossa beteg ar re diveza ; ha Jesus a oe lezet he-unan gant ar vaouez a oa eno er c’hreiz. (10) Neuze Jesus, o veza savet en he za, hag evel na vele den nemed ar vaouez, a lavaraz dezhi : Maouez peleac’h ema ar re a oa ouz da damal ? N’ed oud bet condaonet gant hini anezhe ? (11) Hou-man a lavaraz : Gant hini, Aotrou. Jesus a lavaraz dezhi : Me na gondaonan ket ac’hanoud ken neubeud ; kea ha na bec’h mui.
(12) Jesus a gomzaz c’hoas d’ar bobl, hag a lavaraz : Me eo sclerijen ar bed ; an hini a heul ac’hanoun, na valeo ket en devalijen, mes bez’ hen devezo sclerijen ar vuez.
(13) Ar Farizianed a lavaraz dezhan : Te a ro testeni ac’hanoud da-unan ; da desteni n’eo ket gwirion. (14) Jesus a respontaz dezhe : Petra-benag ma roan testeni ac’hanoun, va zesteni a zo gwirion, rag me a oar a be leac’h ez oun deuet, ha da be leac’h ez an ; mes c’houi, na ouzoc’h nag a be leac’h e teuan, na da be leac’h ez an. (15) C’houi a varn hervez ar c’hig ; me na varnan den e-bed. (16) Ha mar barnan, va barnedigez a zo dign da veza credet ; rag me n’emoun ket va-unan, rag ganen ema an Tad hen deuz va digasset. (17) Scrivet eo en ho lezen penaos testeni daou zen a zo dign da veza credet. (18) Me eo a rent testeni ac’hanoun va-unan ; an Tad hen deuz va digasset a rent ive testeni ac’hanoun. (19) Lavaret a rent eta dezhan : E pe leac’h ema da Dad ? Jesus a respontaz : Na anavezit na me na va Zad. Ma c’hanavezjec’h ac’hanoun, ec’h anavezjec’h ive va Zad.
(20) Jesus a lavaraz ar c’homzou-ze el leac’h ma oa an tenzor, en eur gelen en templ ; ha den na grogaz enhan, rag he heur ne oa ket deuet c’hoas.
(21) Jesus a lavaraz c’hoas dezhe : Mond a ran kuit, ha c’houi am c’hlasko, hag e varvot en ho pec’hed ; ne hallit ket dond el leac’h ma’z an. (22) Ar Judevien a lavare eta : Daoust hag hen en em lazo he-unan, pa’z eo gwir e lavar : Ne hallit ket dond el leac’h ma’z an ? (23) Hag e lavaraz dezhe : C’houi a zo euz an traon ; ha me a zo euz an neac’h. C’houi a zo euz ar bed-man, ha me, n’oun ket euz ar bed-man. (24) Abalamour da ze em euz lavaret deoc’h e varvot en ho pec’hejou ; rag mar na gredit ket ar pez ma’z oun, c’houi a varvo en ho pec’hejou.
(25) Lavaret a rent eta dezhan : Piou oud-te ? Ha Jesus a lavaraz dezhe : Ar pez a lavaran deoc’h adaleg ar pen kenta. (26) Bez’ em euz kalz a draou da lavaret divar ho pen ha da varn enoc’h ; mes an hini hen deuz digasset ac’hanoun a zo gwirion, hag ar pez em euz klevet diganthan, hen lavaran er bed. (27) Ne gomprenjont ket e komze dezhe euz an Tad.
(28) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Pa ho pezo savet Mab an den, neuze ec’h anavezot piou ez oun, ha penaos na ran netra ac’hanoun va-unan, mes e lavaran an traou evel ma’z int bet desket d’in gant va Zad. (29) An hini hen deuz va digasset a zo ganen. Hag an Tad n’hen deuz ket va lezet va-unan, rag ober a ran bepred ar pez a blij dezhan.
(30) Pa oa Jesus o lavaret an traou-ze, kalz a dud a gredaz enhan.
(31) Jesus a lavaraz eta d’ar Judevien ho doa credet enhan : Mar kendalc’hit em c’homzou ez oc’h en gwirionez va diskibien. (32) Hag ec’h anavezot ar wirionez, hag ar wirionez ho rento libr.
(33) Hag e respontjont dezhan : Ni a zo lignez Abrabam, ha biskoas n’omp bet esclaved dindan den ; perag eta e leverez-te : C’houi a vezo rentet libr. (34) Jesus a respontaz dezhe : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h, piou-benag en em ro d’ar pec’hed, a zo esclav d’ar pec’hed. (35) Hogen, an esclav na choum ket atao en ti ; mes ar mab a choum atao enhan. (36) Mar deu eta ar Mab d’ho renta libr, e vezoc’h libr en gwirionez. (37) Gouzoud a ran ez oc’h lignez Abraham, mes c’houi a glask va lakaad d’ar maro, abalamour n’ho deuz ket va c’homzou a zigemer enoc’h. (38) Me a lavar ar pez em euz gwelet em Zad ; ha c’houi a ra ive ar pez hoc’h euz gwelet en ho tad. (39) Int a respontaz dezhan Abraham eo hon tad. Jesus a lavaraz dezhe : Ma vijec’h bugale Abraham, e rajec’h oberou Abraham. (40) Mes breman e klaskit va lakaad d’ar maro, me, eun den hag hen deuz lavaret deoc’h ar wirionez em euz klevet gant Doue ; Abraham n’hen deuz ket great kement-se. (41) C’houi a ra oberou ho tad.
Rag-se e leverjont dezhan : Ni n’omp ket ganet euz an avoultrerez ; n’hon euz nemed eun Tad, pehini eo Doue. (42) Jesus a lavaraz dezhe : Ma vije Doue ho tad, e karjec’h ac’hanoun, rag euz a Zoue eo ez oun, hag a-beurz Doue e teuan ; rag n’oun ket deuet ac’hanoun va-unan, mes hen eo hen deuz va digasset. (43) Perag na intentit-hu ket ar pez a lavaran deoc’h ? Abalamour na hellit ket selaou va c’homzou. (44) An tad euz a behini ez oc’h ganet eo an diaoul, hag e fell deoc’h ober ar pez a blij d’ho tad. Muntrer eo bet adaleg ar pen kenta ha n’hen deuz ket kendalc’het er wirionez, rag n’euz ket a wirionez enhan. Pa lavar ar gaou e komz euz ar pez a zo dezhan he-unan ; rag gaouiad eo, ha tad ar gaou. (45) Mes c’houi n’am c’hredit ket abalamour ma lavaran deoc’h ar wirionez. (46) Pe hini ac’hanoc’h a damallo ac’hanoun da veza pec’het ? Ha mar lavaran ar wirionez, perag na gredit-hu ket ac’hanoun ? (47) An hini a zo euz a Zoue a zelaou komzou Doue ; dre-ze eo n’ho zelaouit ket, abalamour n’oc’h ket euz a Zoue.
(48) Ar Judevien a respontaz dezhan : Ha n’hon euz-ni ket a leac’h da lavaret ez oud eur Samaritan, hag ez euz eun diaoul enoud ? (49) Jesus a respontaz : N’euz diaoul e-bed ganen, mes henori a ran va Zad, ha c’houi a zizhenor ac’hanoun. (50) Ne glaskan ket va gloar va-unan, beza ez euz unan hag he c’hlask, hag a varn. (51) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : Mar deu unan-benag da viret vâ c’homzou, ne velo biken ar maro. (52) Ar Judevien a lavaraz dezhan : Breman ec’h anavezomp ez euz eun diaoul enoud ; Abraham a zo maro hag ar brofeted ive, ha te a lavar : Mar deu eun den benag da viret va c’homzou, ne velo biken ar maro. (53) Daoust ha te a zo brassoc’h eged hon tad Abraham, a zo maro ? Ar brofeted ive a zo maro ; piou e bretantez-te beza ? (54) Jesus a respontaz : Mar en em c’hlorifian va-unan, va gloar n’eo netra ; an hini a c’hlorifi ac’hanoun eo va Zad, an hini a c’halvit ho Toue. (55) Koulskoude n’hoch euz ket hen anavezet ; mes me a anavez anezhan : ha ma lavarfen n’hen anavezan ket, e vefen eur gaouiad evel-d’oc’h ; mes hen anaoud a ran, ha miret a ran he gomzou. (56) Abraham ho tad hen deuz tridet gant ar joa, o sonjal e tlie gwelet va dervez ; hen gwelet hen deuz hag ez eo bet leun a joa.
(57) Ar Judevien a lavaraz dezhan : N’ec’h euz ket c’hoas hanter kant vloaz, hag ec’h euz gwelet Abraham ! (58) Jesus a lavaraz dezhe : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : Me a zo, araog ma oa deuet Abraham.
(59) Neuze e kemerjont mein evit ho zeurel ganthan ; mes Jesus en em guzaz hag ez eaz er meaz euz an templ, o trement dre ho c’hreiz, hag evel-se ez eaz kuit.
VEL ma oa Jesus o tremen, e velaz eun den hag a oa dall abaoe he c’hinivelez. (2) Hag he ziskibien a c’houlennaz diganthan : Mestr, piou hen deuz pec’het, pe an den-man, pe he dad, pe he vam, pa’z eo deuet dall var an douar ? (3) Jesus a respontaz : N’eo ket ma hen defe he-man pec’het ; nag he dad nag he vam ken neubeud ; mes kement-se a zo c’hoarvezet evit ma vezo diskouezet oberou Doue enhan. (4) Red eo d’in, e-pad ma’z eo deiz, ober oeuvrou an hini hen deuz va digasset ; an noz a zeu, en pehini na hell den labourat. (5) E-pad ma’z oun er bed, ez oun goulou ar bed.
(6) Goude beza lavaret kement-se, e cranchaz d’an douar, hag e reaz fank gant he granch, hag e frotaz daoulagad an den dall gant ar fank-se, (7) hag e lavaraz dezhan : Kea, hag en em walc’h e lenn Siloe (ar pez a zinifi Kasset). Mond a reaz eta hag en em walc’haz, hag ez eaz ac’hane o velet sclear. (8) Hogen, an amezeien hag ar re ho doe gwelet diagent penaos e oa dall, a lavare : Ha n’e ket he-man eo an hini a oa azezet, hag a c’houlenne an aluzen ? (9) Darn a lavare : Hennes eo ; darn all : Henvel eo outhan ; hen he-unan a lavare : Me eo. (10) Lavaret a rejont eta dezhan : Penaos eo bet digoret d’id da zaou-lagad ? (11) Hen a respontaz : Eun den a c’halver Jesus hen deuz great fank, hag hen deuz frotet va daou-lagad, hag hen deuz lavaret d’in : Kea da lenn Siloe, hag en em walc’h enhi. Eat oun bet eta hag ez oun en em walc’het, hag e velan sclear. (12) Ar re-man a lavaraz dezhan : Pe leac’h ema an den-ze ? Hen a lavaraz : Na ouzon ket.
(13) Kas a rejont d’ar Farizianed an hini a oa bet dall. (14) Hogen, deiz ar sabbat e oa, pa hen doa Jesus great ar fank, ha pa hen doa digoret he zaou-lagad dezhan. (15) Ar Farizianed eta a c’houlenne ive diganthan penaos hen doa kavet ar gwelet. Hag hen a lavaraz dezhe : Lakeat hen deuz fank var va daou-lagad, hag ez oun en em walc’het, hag e velan. (16) Neuze darn euz ar Farizianed a lavare : An den-ze n’eo ket a-beurz Doue, pa’z eo gwir na vir ket ar sabbat. Darn all a lavare : Penaos ec’h helfe eun den fall ober eur seurt burzudou ? Ha n’en em glevent ket etrezhe. (17) Lavaret a rejont eta adare d’an dall : Ha te, petra a leverez-te euz anezhan, pa hen deuz digoret d’id da zaou-lagad ? Hen a respontaz : Eur prof et eo.
(18) Mes ar Judevien na gredjont ket e oa bet dall an den-ze, hag hen doa kavet ar gwelet, ken ho doe galvet he dad hag he vam. (19) Hag e c’houlenjont diganthe evelhen : Hag he-man eo ho mab, pehini a livirit a zo deuet dall var an douar ? Penaos eta ez eo deuet da velet breman ? (20) He dad hag he vam a respontaz : Gouzoud a reomp ez eo hor mab, hag ez eo ganet dall ; (21) mes ne ouzomp ket penaos e vel breman, na piou hen deuz digoret he zaoulagad dezhan. En oad ema, goulennit diganthan, komz a rai evithan he-unan.
(22) He dad hag he vam a lavaraz kement-se, abalamour m’ho doa aoun rag ar Judevien ; rag ar Judevien ho doa dija decidet, mar teuje unan-benag da anzav e oa Jesus ar C’hrist, e vije taolet er meaz euz ar sinagog. (23) Abalamour da ze eo e lavaraz he dad hag he vam : En oad ema, goulennit diganthan.
(24) Gervel a rejont eta evit an eil gwech an den a oa bet dall, hag e leverjont dezhan : Rent gloar da Zoue, ni a oar penaos an den-ze a zo eur pec’her. (25) Hen a respontaz : Ne ouzon ket hag hen a zo eur pec’her ; gouzoud a ran eun dra ; penaos e oann dall, hag e velan breman. (26) Lavaret a rejont c’hoas : Petra hen deuz-hen great d’id ? Penaos hen deuz-hen digoret da zaoulagad d’id ? (27) Hen a respontaz dezhe : Hen lavaret em euz deoc’h dija, ha n’hoc’h euz-hu ket selaouet ? Perag e fell deoc’h klevet a-nevez ? Ha c’hoant hoc’h euz-hu ive da zond da veza diskibien dezhan ?
(28) Neuze e troug-komzjont diouthan, hag e leverjont : Te eo a zo diskibl dezhan, evidomp-ni a zo diskibien Moises. (29) Ni a oar hen deuz komzet Doue ouz Moises ; mes, evit he-man, na ouzomp ket a be leac’h eo. (30) An den a respontaz : Eun dra souezus braz eo ne ouefec’h ket a be leac’h ez eo ; hag hen hen deuz digoret d’in va daoulagad ! (31) Hogen, gouzoud a reomp penaos Doue na zelaou ket an dud fall ; mes mar deu unan-benag da henori Doue, ha da ober he volontez, Doue a zelaou anezhan. (32) Biskoas n’eo bet klevet hen defe den digoret he zaou-lagad da eun den ganet dall. (33) Ma na vije ket hennes a-beurz Doue, na hellje ober netra. (34) Respont a rejont dezhan : Te a zo ganet holl er pec’hed, hag e teuez d’hor c’helen ! Hag e taoljont anezhan er meaz.
(35) Jesus a glevaz ho doa hen taolet er meaz, hag o veza en em gavet ganthan, e lavaraz dezhan : Ha credi a rez-te en Mab Doue ? (36) Hen a respontaz : Piou eo-hen, Aotrou, evit ma credin enhan ? (37) Ha Jesus a lavaraz dezhan : Gwelet ec’h euz anezhan, hag hen eo a zo o komz ouzid. (38) Neuze e lavaraz : Aotrou, credi a ran, hag en em brosternaz dirazhan.
(39) Ha Jesus a lavaraz : Deuet oun er bed-man evit eur varnedigez ; evit ma velo ar re na velont ket, ha ma teuio ar re a vel da veza dall. (40) Hag hinienou euz ar Farizianed a oa ganthan, a glevaz kement-se hag a lavaraz dezhan : Ha ni, ha dall omp-ni ive ? (41) Jesus a lavaraz dezhe : Ma vijec’h dall, n’ho pije ket a bec’hed ; mes c’houi a lavar breman : Ni a vel ; hag abalamour da ze ho pec’hed a choum.
GWIRIONEZ, e gwirionez hen lavaran deoc’h : An hini na antre ket dre an nor e kraou an denved, mes a ia dre eul leac’h all, a zo eul laer hag eun torfetour. (2) Mes an hini a antre dre an nor eo mesaer an denved. (3) Ar porzier a zigor dezhan, hag an denved a glev he vouez ; gervel a ra he zenved he-unan dre ho hano, hag e kas anezhe er meaz. (4) Ha pa hen deve digasset er meaz he zenved he-unan, e vale araog dezhe, hag an denved a heul anezhan, rag anaoud a reont he vouez. (5) Mes na heullint ket eun estranjour ; er c’hontrol, pellaad a raint diouthan, rag ne anavezont ket mouez an estranjourien.
(6) Jesus a lavaraz dezhe ar barabolen-ze ; mes na gomprenjont ket euz a betra e komze dezhe.
(7) Jesus eta a lavaraz dezhe c’hoas : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : Me eo dor an denved. (8) Ar re holl a zo bet deuet araog d’in, a zo laeron ha torfetourien, mes an denved n’ho deuz ket ho zelaouet. (9) Me eo an nor ; mar deu unan-benag da antren dreizoun-me, e vezo salvet ; antren a rai, ha mond a rai er meaz, hag e kavo peuri. (10) Al laer na zeu nemed da laerez, da laza ha da zistruja ; me a zo deuet, evit ma kavo va denved ar vuez, ha ma vezint e-kreiz an abondans. (11) Me eo ar mesaer mad ; ar mesaer mad a ro he vuez evit he zenved. (12) Mes ar mevel, pehini n’ed eo ket ar mesaer, ha n’eo ket an denved dezhan, a vel ar bleiz o tond, a lez eno an denved hag a dec’h kuit ; hag ar bleiz a gas ganthan an denved, hag ho disparti holl. (13) Ar mevel a dec’h kuit, abalamour ma’z eo mevel, ha ma n’hen deuz ket a zourci euz an denved. (14) Me eo ar mesaer mad ; anaoud a ran va denved, hag anavezet oun ganthe, (15) evel ma c’hanavez va Zad ac’hanoun, hag evel ma c’hanavezan va Zad ; hag e roan va buez evit va denved. (16) Bez’ em euz denved all ha n’emaint ket er vanden-man ; red eo d’in ho c’herc’hat ive ; hag e selaouint va mouez, ha ne vezo nemed eur vanden hag eur mesaer hep-ken. (17) Setu perag e kar va Zad ac’hanoun ; abalamour ma roan va buez, evit he c’hemeret a-nevez. (18) Den na lam anezhi diganen, mes me a ro anezhi ac’hanoun va-unan ; ar galloud em euz d’he c’huitaad, hag ar galloud d’he c’hemeret a-nevez ; an urz-man em euz bet digant va Zad.
(19) Neuze e savaz a-nevez eun disput e-touez ar Judevien, abalamour d’ar c’homzou-ze. (20) Ha kalz anezhe a lavare : Eun diaoul a zo ganthan, ha n’ema ket en he skiant vad ; perag e selaouit-hu anezhan ? (21) Darn all a lavare : Ar re-ze n’int ket komzou eun den possedet gant eun diaoul. Daoust hag eun diaoul a hell digeri daou-lagad ar re dall ?
(22) Hogen, en amzer-ze e oat o celebri e Jerusalem gouel an Dedi, hag ar goanv a oa o ren.
(23) Evel ma oa Jesus o vale en templ, e porched Salomon, (24) ar Judevien en em zastumaz en dro dezhan, hag a lavaraz dezhan : Pegeit e talc’hi-te hor spered en douetans ? Mar d’oud ar C’hrist hen lavar freaz deomp.
(25) Jesus a respontaz dezhe : Hen lavaret em euz deoc’h, ha na gredit ket ; an oberou a ran en hano va Zad a rent testeni ac’hanoun. (26) Mes c’houi na gredit ket, rag n’oc’h ket euz va denved, evel ma em euz lavaret deoc’h. (27) Va denved a glev va mouez, ha me a anavez anezhe, hag int a heul ac’hanoun. (28) Rei a ran dezhe ar vuez eternel, ha biken ne vezint kollet, ha den n’ho dilammo euz va dorn. (29) Va Zad, pehini hen deuz ho roet d’in, a zo brassoc’h eged an holl ; ha den na hell ho dilemmel euz dorn va Zad. (30) Me hag an Tad a zo unan.
(31) Neuze ar Judevien a gemeraz adare mein evit meina anezhan. (32) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Meur a ober mad em euz great dirazoc’h a-beurz va Zad ; evit pehini anezhe e veinit-hu ac’hanoun ? (33) Ar Judevien a respontaz dezhan : N’e ket evit eun ober mad eo e veinomp ac’hanoud, mes evit eur blasphem, hag abalamour, o veza eun den, en em rez Doue. (34) Jesus a respontaz dezhe : Ha n’eo ket scrivet en ho lezen : Lavaret em euz : C’houi a zo doueou ? (35) Mar he deuz galvet doueou ar re da bere e teue ger Doue (hag ar Scritur na hell ket beza dianzavet), (36) ha lavaret a rit-hu e vlaspheman, ha me bet santifiet gant va Zad ha digasset er bed, abalamour ma em euz lavaret : Me eo Mab Doue ? (37) Ma na ran ket oberou va Zad, na gredit ket ac’hanonn. (38) Mes mar gran anezhe, ha pa na gredfec’h ket ac’hanoun, credit d’am oberou, evit ma c’hanavezot ha ma credot ema an Tad enoun ha me enhan.
(39) Klask a rent eta c’hoas cregi enhan ; mes mond a reaz euz tre ho daouarn.
(40) Hag ez eaz a-nevez en tu all d’ar Jourdan, el leac’h ma oa Ian o vadezi da genta ; hag e choumaz eno. (41) Ha kalz a zeuaz d’he gavoud, hag e lavarent : Ian, evit gwir, n’hen deuz great miracl e-bed ; mes kement hen deuz lavaret Ian divarben he-man a zo gwir. (42) Ha kalz a gredaz enhan eno.
EZ’ e oa eun den klanv hanvet Lazar, euz a Vethani, bourg Mari ha Martha he c’hoar. (2) (Mari eo an hini a eoliaz an Aotrou gant eun eol a c’houez-vad, hag a zec’haz he dreid dezhan gant he bleo ; ha Lazar, he breur, eo a oa klanv.) (3) He c’hoarezed eta a gassaz tud da lavaret da Jesus : Aotrou, an hini a gerez a zo klanv.
(4) Pa glevaz Jesus kement-se, e lavaraz : Ar c’hlenved-ze n’eo ket d’ar maro, mes evit gloar Doue, evit ma vezo glorifiet Mab Doue dreizhan.
(5) Hogen, Jesus a gare Martha, hag he c’hoar ha Lazar. (6) Koulskoude, pa hen doa klevet penaos e oa klanv, e choumaz daou devez c’hoas el leac’h ma oa. (7) Neuze e lavaraz d’he ziskibien : Deomp adare en Jude. (8) An diskibien a lavaraz dezhan : Mestr n’euz ket pell ar Judevien a glaske meina ac’hanoud, hag ez ez c’hoas di ! (9) Jesus a respontaz : Ha n’euz ket daouzec heur en deiz ? Mar deu unan-benag da vale pa vez sclear an deiz, ne gwezo ket, rag gwelet a ra sclerijen ar bed-man. (10) Mes, mar bale e-pad an noz, e teu da gweza, abalamour n’hen deuz ket a sclerijen.
(11) Evel-se e komzaz, ha goude e lavaraz dezhe : Lazar hor mignon a zo kousket ; mes me a ia d’hen dihuna. (12) He ziskibien a lavaraz dezhan : Aotrou, mar d’eo kousket, e vezo rentet d’ar iec’hed. (13) Hogen, Jesus hen doa komzet euz a varo Lazar ; mes int a grede e komze euz a repos ar c’housk. (14) Neuze Jesus a lavaraz dezhe freaz : Lazar a zo maro. (15) Hag ez oun contant abalamour deoc’h ne oann ket eno, evit ma credot ; mes deomp d’he gavout. (16) Thomas, a c’halver Didimus, a lavaraz d’an diskibien all : Deomp ive ni, evit ma varvimp assambles ganthan.
(17) Pa oe erruet Jesus, e kavaz Lazar a oa er bez abaoe pevar devez dija.
(18) Hogen Bethani a oa vardro pemzec stad euz a Jerusalem. (19) Ha kalz a Judevien a oa deuet da gavout Martha ha Mari, evit ho c’honsoli divarben ho breur. (20) Pa glevaz eta Martha e oa Jesus o tond, ez eaz d’he zialben ; mes Mari a choume azezet en ti.
(21) Ha Martha a lavaraz da Jesus : Aotrou, ma vijez bet aman, va breur na vije ket marvet ; (22) mes gouzoud a ran penaos, breman memeus, kement tra a c’houlenni digant Doue, Doue hen roio d’id. (23) Jesus a lavaraz dezhi : Da vreur a resussito. (24) Martha a lavaraz dezhan : Gouzoud a ran e resussito d’ar resurrection, en deiz diveza. (25) Jesus a lavaraz dezhi : Me eo ar resurrection hag ar vuez ; an hini a gred enoun, ha pa ve maro, a vevo. (26) Ha piou-benag a vev hag a gred enoun, na varvo biken. Ha credi a rez-te an dra-ze ? (27) Hi a lavaraz dezhan : Ia, Aotrou, me a gred ez oud ar C’hrist, Mab Doue, pehini a dlie dond er bed.
(28) Goude ma he doe lavaret kement-se, ez eaz kuit hag e c’halvaz e-kuz, Mari, he c’hoar, hag e lavaraz dezhi : Ar mestr a zo aman, hag e c’halv ac’hanoud. (29) Kerkent ha ma klevaz hou-man kement-se, e savaz diouc’h-tu, hag e teuaz d’he gavoud. (30) Hogen, Jesus ne oa ket c’hoas antreet er bourg, mes e oa c’hoas el leac’h ma oa deuet Martha d’hen kavout. (31) Neuze ar Judevien a oa gant Mari en ti, hag a gonsole anezhi, pa veljont e oa savet ker buhan, hag eat er meaz, a ieaz var he lerc’h en eur lavaret : Mond a ra d’ar bez da wela eno.
(32) Pa oe erru Mari el leac’h ma oa Jesus, ha pa velaz anezhan, hi en em daolaz d’he dreid hag a lavaraz dezhan : Aotrou, ma vijez bet aman, va breur na vije ket marvet. (33) Pa velaz Jesus anezhi o wela, hag ar Judevien a oa deuet assambles ganthi o wela ive, e oe trubuillet en he spered, hag e oe glac’haret ; hag e lavaraz : (34) Pe leac’h hoc’h euz-hu hen lekeet ? Bespont a rejont dezhan : Aotrou, deuz da velet. (35) Ha Jesus a welaz. (36) Var-ze ar Judevien a lavare : Gwelit pegement e karie anezhan. (37) Mes darn anezhe a lavaraz : Pa hen deuz digoret daou-lagad an dall, ha na helle ket ive miret ouz he-man da vervel ?
(38) Neuze Jesus, o veza adare troublet enhan he-unan, a zeuaz d’ar bez ; ar bez a oa eur c’bao, ha lakeat e pa bet eur mean varnezhan. (39) Jesus a lavaraz : Lammit ar mean. Martha, c’hoar an hini a oa maro, a lavaraz dezhan : Aotrou, c’houez fall a zo dija ganthan, rag pevar devez zo ema aze. (40) Jesus a respontaz dezhi ? Ha n’em euz ket lavaret d’id, penaos mar credez, e veli gloar Doue ? (41) Lemmel a rejont eta ar mean euz al leac’h ma oa gourvezet an hini maro. Ha Jesus, o sevel he zaou-lagad var-zu an env, a lavaraz : Va Zad, da drugarekaad a ran, abalamour ma ec’h euz va zelaouet. (42) Gouzoud a ren e selaouez atao ac’hanoun, mes kement-man em euz lavaret abalamour d’ar bobl a zo en-dro d’in, evit ma credint ec’h euz va digasset. (43) Goude beza lavaret kement-se, e criaz a vouez huel : Lazar, deuz er meaz ! (44) Hag an hini maro a zeuaz er meaz, he dreid hag he zaouarn ereet gant liammou-lien, hag he vizach paket gant eul lien. Jesus a lavaraz dezhe : Dizereit anezhan, ha lezit-han da vond.
(45) Rag-se kalz euz ar Judevien hag a oa deuet da velet Mari, hag ho doa gwelet ar pez hen doa great Jesus, a gredaz enhan. (46) Mes lod anezhe a ieaz da gavoud ar Farizianed, hag a lavaraz dezhe petra hen doa great Jesus.
(47) Neuze prinsed ar veleien hag ar Farizianed a assamblaz ar Sanhedrin, hag a lavaraz : Fetra a raimp-ni ? rag an den-ze a ra kalz a viraclou ? (48) Mar lezomp anezhan en he roll, an holl a gredo enhan ; hag ar Bomaned a zeuio hag a zistrujo al leac’h-man hag ive hor bro. (49) Mes unan anezhe, Caïphas, hag a oa beleg-braz er bloaz-ze, a lavaraz dezhe : C’houi na gomprenit netra ; (50) ha na gonsiderit ket penaos eo talvoudussoc’h evidomp e varfe eun den hep-ken evit ar bobl, eged na vez kollet ar bobl holl. (51) Hogen, n’e ket anezhan he-unan e lavaraz kement-man, mes o veza beleg-braz er bloaz-ze, e profetizaz e tlie Jesus mervel evit ar bobl ; (52) ha n’e ket evit ar bobl hep-ken, mes ive evit dastum assambles, er memeus corf, bugale Doue pere a zo disperset.
(53) Adaleg an deiz-ze eta en em guzuljont assambles evit hen lakaad d’ar maro. (54) Rag-se Jesus n’en em ziskoueze mui dirag an holl e-touez ar Judevïen, mes mond a reaz ac’hane da eur vro tost d’an dezert, da eur gear galvet Ephraïm ; hag e choumaz eno gant he ziskibien.
(55) Hogen, Pask ar Judevien a oa tost, ha kalz a dud euz ar vro-ze a ieaz da Jerusalem araog ar Pask, evit en em burifia. (56) Klask a reant eta Jesus, hag e lavarent an eil d’egile, o choum ebarz an templ : Petra a zonj deoc’h ? daoust hag hen na zeuio ket d’ar gouel ? (57) Mes prinsed ar veleien hag ar Farizianed ho doa roet urz, mar gouie unan-benag pe leac’h e oa, hen roje da c’houzoud dezhe, evit ma heljent cregi enhan.
HOUEC’H devez araog ar Pask, Jesus a zeuaz da Vethani, el leac’h ma oa Lazar pehini a oa bet maro, hag a oa bet resussitet ganthan. (2) Eno e oe great eur goan dezhan, ha Martha a oa o servicha, ha Lazar a oa unan euz ar re a oa ouz taol ganthan.
(3) Neuze Mari, o veza kemeret eul lur eol pur a c’houez-vad, hag a briz huel, a eoliaz treid Jesus, hag ho zec’haz gant he bleo ; hag an ti a oe karget gant ar c’houez-vad euz an eol-ze.
(4) Neuze unan euz he ziskibien, Judas Iscariot, mab Simon, (5) an hini a dlie hen trahissa, a lavaraz : Perag n’eo ket bet gwerzet an eol-ze tri c’hant diner, (6) ha roet an arc’hant d’ar beorien ? Mar lavare an dra-ze, ne oa ket abalamour m’hen doa sourci ouz ar beorien, mes dre ma oa laer, ha ma talc’he ar ialc’h, (7) ha ma touge ar pez a vije lakeat enhi. Jesus a lavaraz eta dezhan : Lez anezhi ; miret he deuz anezhan evit an deiz ma vezin sebeliet. (8) Rag c’houi ho pezo peorien bepred ganeoc’h ; mes n’ho pezo ket atao ac’hanoun-me.
(9) Neuze eur foul braz a Judevien, o veza gouezet e oa Jesus eno, a zeuaz di, n’e ket hep-ken abalamour da Jesus, mes ive evit gwelet Lazar, a oa bet resussitet ganthan a-douez ar re varo. (10) Ha prinsed ar veleien en em guzuliaz evit lakaad ive Lazar d’ar maro, (11) rag kalz euz ar Judevien a iea, abalamour dezhan, hag a grede en Jesus.
(12) An deiz varlerc’h, eur foul braz a dud pere a oa deuet d’ar gouel, o klevet e teue Jesus da Jerusalem, (13) a gemeraz brancou palmez, hag a zeuaz d’he zialben, en eur grial : Hosanna ! benniget ra vezo roue Israel, pehini a zeu en hano an Aotrou !
(14) Ha Jesus, o veza kavet eun azenic, a azezaz varnezhan, evel ma’z eo scrivet : (15) Na pe ket a aoun, merc’h Sion ; setu da roue o tond, azezet var eubeul eun azenez. (16) He ziskibien na gomprenjont ket kement-se da genta ; mes pa oe glorifiet Jesus, neuze e teuaz memor dezhe penaos e oa scrivet an traou-man divar he ben, hag e oant bet c’hoarvezet ganthan.
(17) Hag ar bobl a oa ganthan pa hen doa galvet Lazar euz ar bez, ha pa hen doa resussitet anezhan a-douez ar re varo, a rente testeni dezhan. (18) Hag ar bobl a oa eat ive d’he zialben, abalamour m’ho doa klevet hen doa great ar miracl-ze. (19) Ar Farizianed a lavaraz eta etrezhe : Gwelet a rit, na c’hounezit netra ; setu an holl o vond var he lerc’h.
(20) Hogen, bez’ e oa eur Grek-benag e-touez ar re a oa pignet evit adori e-pad ar gouel. (21) Ar re-man a zeuaz da gavout Philip, hag a oa euz a Vethsaïda en Galile ; (22) hag e pedjont anezhan, en eur lavaret : Aotrou, ni a garfe gwelet Jesus. Philip a zeuaz hag a lavaraz kement-se da Andre, hag Andre ha Philip hen lavaraz da Jesus ; (23) ha Jesus a respontaz dezhe : Deuet eo an heur ma tle beza glorifiet Mab an den. (24) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : Ma na varv ket ar c’hreunen winiz, goude ma vez taolet en douar, e choum he-unan ; mes mar marv, e toug kalz a frouez. (25) An hini a gar he vuez he c’hollo ; hag an hini a gassa he vuez er bed-man, a gonservo anezhi evit ar vuez eternel. (26) Mar deu unan-benag d’am zervicha, ra heullio ac’hanoun ; hag el leac’h ma vezin, eno e vezo ive va servicher ; ha mar servich unan-benag ac’hanoun, an Tad a henoro anezhan. (27) Breman va ene a zo troublet ; ha petra a livirin-me ? . . . . Va Zad, delivr ac’hanoun euz an heur-man ! mes evit se eo ez oun deuet en heur-man.
(28) Va Zad, glorifi da hano. Neuze e teuaz eur vouez euz an env, hag a lavaraz : He c’hlorifiet em euz, hag he c’hlorifia a rin c’hoas. (29) Hag ar bobl a oa eno, hag ho doa klevet, a lavare e rea kurun ; re all a lavare : Eun eal hen deuz komzet outhan. (30) Jesus a gomzaz hag a lavaraz : N’e ket evidoun-me eo deuet ar vouez-ze, mes evidoc’h-hu. (31) Breman eo ema barnedigez ar bed-man ; ha prins ar bed-man a ia da veza breman taolet er meaz. (32) Ha me, pa vezin bet savet euz an douar, a denno an holl d’am c’havout. (33) Hogen, kement-se a lavare evit diskouez a be seurt maro e tlie mervel.
(34) Ar bobl a respontaz dezhan : Ni hon euz desket dre al lezen e tle ar C’hrist choum da viken ; penaos eta e leverez-te ez eo red e vez savet Mab an den ? Piou eo ar Mab-an-den-ze ?
(35) Jesus a lavaraz dezhe : Ar sclerijen a zo c’hoas ganeoc’h evit eun neubeud amzer ; baleit e-pad ma hoc’h euz ar sclerijen, gant aoun ne gouezfe an devalijen a-daol varnoc’h ; rag an hini a vale en devalijen na oar ket pe leac’h ez a. (36) E-pad ma hoc’h euz ar sclerijen, credit er sclerijen, evit ma viot bugale ar sclerijen. Jesus a lavaraz an traou-ze, ha goude ez eaz kuit hag en em guzaz outhe.
(37) Mes evithan da veza great kement a viraclou dirazhe, ne gredjont ket enhan. (38) Evit ma vije accomplisset ger ar profet Izaias, pehini hen doa lavaret : Aotrou, piou hen deuz credet d’ar pez hon euz prezeget, ha da biou eo bet discleriet breac’h an Aotrou ?
(39) Dre-ze na hellent ket credi, rag Izaias hen deuz lavaret c’hoas : (40) Dallet hen deuz ho daou-lagad, ha kaledet hen deuz ho c’halon, evit na velint ket gant ho daou-lagad, ha na gomprenint ket gant ho c’halon, ha na zistroint ket, ha na iac’hein ket anezbe. (41) Izaias a lavaraz an traou-ze, pa velaz he c’hloar, ha pa gomzaz euz anezhan.
(42) Koulskoude kalz, memeus euz ar re vrassa, a gredaz enhan ; mes ne anzavent ket anezhan, gant aoun rag ar Farizianed, ha da veza taolet er meaz euz ar sinagog. (43) Rag gwelloc’h e oa ganthe ar gloar a zeu euz an dud, eged gloar Doue.
(44) Hogen, Jesus a griaz hag a lavaraz : An hini a gred enoun, n’e ket enoun eo e cred, mes en hini hen deuz va digasset. (45) Hag an neb a vel ac’hanoun, a vel an hini hen deuz va digasset. (46) Me a zo deuet er bed, me pehini a zo ar sclerijen, evit na choumo ket en devalijen an neb a gred enoun. (47) Mar d’euz unan-benag hag a glev va c’bomzou ha na gred ket, na varnan ket anezhan, rag n’oun ket deuet evit barna ar bed, mes evit savetei ar bed. (48) An hini am disprij ha na zigemer ket va c’homzou, hen deuz unan hag a varn anezhan ; ar gomz em euz lavaret, honnes eo a varno anezhan en deiz diveza. (49) Rag n’e ket ac’hanoun va-unan em euz komzet ; mes an Tad, pehini hen deuz va digasset, hen deuz gourc’hemenet d’in petra a dleen da lavaret ha da gelen. (50) Ha me a oar penaos he c’hourc’hemen eo ar vuez eternel. Rag-se eta an traou a lavaran, ho lavaret a ran evel ma hen deuz an Tad ho lavaret d’in.
RAOG gouel ar Pask, Jesus, o c’houzoud e oa deuet he heur evit tremen euz ar bed-man d’he Dad, evel m’hen doa karet he re pere a oa er bed, ho c’haraz beteg ar fin.
(2) Ha pa oe deuet koan (an Diaoul o veza lakeat dija e calon Judas Iscariot, mab Simon, ar sonj da drahissa anezhan), (3) Jesus, o c’houzoud hen doa an Tad lakeat pep tra etre he zaouarn, hag e oa deuet euz a Zoue, hag e tistroe da Zoue, (4) a zavaz diouz koan, hag a lammaz he vantel ; hag o veza kemeret eul lienen, hen lekeaz en dro dezhan. (5) Goude-ze e lekeaz dour en eur vasin, hag en em lekeaz da walc’hi treid he ziskibien, ha d’ho zec’ha gant al lienen a oa en dro dezhan.
(6) Dond a reaz eta da Simon Per, hag he-man a lavaraz dezhan : Penaos, Aotrou, te a walc’hfe d’in-me va zreid ! (7) Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhan : Na ouzoud ket breman petra a ran ; mes gouzoud a ri divezatoc’h. (8) Per a lavaraz dezhan : Biken na walc’hi va zreid d’in. Jesus a respontaz dezhan : Ma na walc’han ket ac’hanoud, n’ez pezo ket a lod ganen. (9) Neuze Simon Per a lavaraz dezhan : Aotrou, n’e ket hep-ken va zreid, mes ive va daouarn ha va fen. (10) Jesus a lavaraz dezhan : An hini a zo bet en dour, n’hen deuz mui ezom e vez gwalc’het dezhan nemed he dreid ; ha goude ez eo net holl. Hogen, c’houi a zo net, mes n’oc’h ket holl. (11) Rag gouzoud a rea piou e oa an hini a drahisse anezhan ; hag evit se eo e lavaraz : N’oc’h ket holl net.
(12) Pa hen doe eta gwalc’het ho zreid dezhe, ha m’hen doe kemeret he vantel, o veza en em lakeat adare ouz taol, e lavaraz dezhe : Ha gouzoud a rit-hu petra em euz great deoc’h ? (13) Va gervel a rit Mestr hag Aotrou, ha mad a livirit ; rag beza ez oun. (14) Rag-se mar em euz-me, me pehini eo an Aotrou hag ar Mestr, gwalc’het deoc’h ho treid, c’houi a dle ive gwalc’hi ho treid an eil d’egile. (15) Rag roet em euz deoc’h eur skouer, evit ma reot evel ma em euz great deoc’h. (16) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : Ar mevel n’e ket brassoc’h eged he vestr, nag ar c’hannad brassoc’h eged an hini hen deuz hen digasset. (17) Mar gouzoc’h an traou-ze, ez oc’h eürus, gant m’ho lakeot en pratic. (18) Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl ; gouzoud a ran pere em euz choazet ; mes red eo e vez accomplisset ar Scritur : An hini a zebr bara ganen, hen deuz savet he droad a-enep d’in. (19) A-vreman hen lavaran deoc’h, araog ma c’hoarvezo an dra-ze ; evit pa c’hoarvezo, ma c’hanavezot ac’hanoun evit ar pez ma’z oun. (20) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : An neb a zigemer an hini a vezo kasset ganen, a zigemer ac’hanoun ; hag an hini a zigemer ac’hanoun, a zigemer an hini hen deuz va digasset.
(21) Pa hen doe Jesus lavaret kement-se, e oe troublet en he spered, hag e roaz an desteni-man : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h, unan ac’hanoc’h am zrahisso. (22) Hag an diskibien a zelle an eil ouz egile, o veza ne ouient ket divarben piou e komze. (23) Hogen, unan anezhe, an hini a oa karet gant Jesus, a oa ouz taol, harp ouz calon Jesus. (24) Simon Per a reaz sin da he-man da c’houlen diganthan divarben piou e komze. (25) Hag hen, o c’harpa he ben var galon Jesus, a lavaraz dezhan : Aotrou, piou eo ? (26) Jesus a respontaz : An hini a roin dezhan eun tam trempet ganen, hennes eo. Hag o veza trempet eun tam, e roaz anezhan da Judas Iscariot, mab Simon. (27) Ha goude m’hen doe kemeret Judas an tam, Satan a antreaz enhan. Jesus eta a lavaraz dezhan : Hast buhan ober ar pez ec’h euz da ober. (28) Mes hini euz ar re a oa ouz taol na gomprenaz perag hen doa lavaret dezhan kement-se. (29) Rag darn a zonje, abalamour ma oa ar ialc’h gant Judas, e lavare Jesus dezhan : Pren an traou a zo red deomp da gaoud evit ar gouel ; pe : Ro eun dra-benag d’ar beorien.
(30) Judas eta, o veza kemeret an tam, a ieaz er meaz rag-tal. Hogen deuet e oa an noz.
(31) Pa oe eat er meaz, Jesus a lavaraz : Breman eo glorifiet Mab an den, ha Doue a zo glorifiet enhan. (32) Mar d’eo Doue glorifiet enhan, Doue ive a c’hlorifio anezhan enhan he-unan, hag heb dale hen glorifio. (33) Va bugale vihan, evit eun neubeud amzer em oun c’hoas ganeoc’h ; c’houi a glasko ac’hanoun, hag, evel ma em euz hen lavaret d’ar Judevien, hen lavaran deoc’h ive breman : Na hellit ket dond el leac’h ma’z an. (34) Eur gourc’hemen nevez a roan deoc’h ; Ma en em garot an eil egile ; ma en em garot an eil egile, evel ma em euz-me ho karet. (35) Dre an dra-man e c’hanavezo an holl ez oc’h va diskibien, mar hoc’h euz karantez an eil evit egile.
(36) Simon Per a lavaraz dezhan : Aotrou, pe leac’h ez ez-te ? Jesus a respontaz dezhan : Na hellez ket breman va heullia el leac’h ma’z an ; mes va heullia a ri divezatoc’h. (37) Per a lavaraz dezhan : Aotrou, perag na hellan-me ket da heullia breman ? Rei a rin va buez evidoud. (38) Jesus a respontaz dezhan : Ha te a roi da vuez evidoun-me ! E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, na gano ket ar c’hilloc, ken n’az pezo va nac’het teir gwech.
A lezit ket ho calon da veza troublet ; credi a rit en Doue, credit ive enoun-me. (2) Bez’ ez euz meur a choumach en ti va Zad ; ma na vije ket, em bije hen lavaret deoc’h. Me a ia da brepari eur plas deoc’h. (3) Ha pa vezin eat ac’halen, ha pa em bezo preparet eur plas deoc’h, me a zeuio adare d’ho kerc’had, evit ma viot c’houi el leac’h ma vezin-me. (4) Ha gouzoud a rit pe leac’h ez an, hag anaoud a rit an hent.
(5) Thomas a lavaraz dezhan : Aotrou, na ouzomp ket pe leac’h ez ez ; ha penaos e c’hellomp-ni gouzoud an hent ? (6) Jesus a lavaraz dezhan : Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuez ; den na zeu d’an Tad nemed dreizoun. (7) Mar ho pije va anavezet, ho pije ive anavezet va Zad ; hag a-vreman ec’h anavezit anezhan, hag hoc’h euz hen gwelet.
(8) Philip a lavaraz dezhan : Aotrou, diskouez deomp an Tad, ha kement-se a vezo awalc’h deomp. (9) Jesus a lavaraz dezhan : Keit all a zo emoun ganeoc’h, ha n’ec’h euz ket c’hoas anavezet ac’hanoun, Philip ! An hini hen deuz gwelet ac’hanoun, hen deuz gwelet an Tad. Penaos eta e leverez-te : Diskouez deomp an Tad ! (10) Ha na gredez-te ket penaos emoun en Tad, hag ema an Tad enoun ? Ar c’homzou a lavaran deoc’h, na lavaran ket anezhe ac’hanoun va-unan, mes an Tad pehini a choum enoun, a ra an oberou a ran. (11) Credit ac’hanoun, pa lavaran emoun en Tad, hag ema va Zad enoun ; pe da vihana, credit ac’hanoun abalamour d’an oberou-ze ho-unan. (12) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : An hini a gred enoun a rai ive an oberou a ran, hag e rai re vrassoc’h eged ar re-man, dre ma’z an da gavoud va Zad. (13) Ha petra-benag a c’houlennot em hano, me hen graio, evit ma vezo glorifiet an Tad er Mab. (14) Mar goulennit eun dra-benag em hano, me a raio anezhan.
(15) Mar karit ac’hanoun, mirit va gourc’hemenou. (16) Ha me a bedo an Tad, hag hen a roio deoc’h eur C’honsolator all, evit choum ganeoc’h da viken, (17) ar Spered a wirionez, ha na hell ket ar bed hen receo, abalamour ne vel ket anezhan ha ne anavez ket anezhan ; mes c’houi a anavez anezhan, rag hen a choum ganeoc’h, hag e vezo enoc’h. (18) Na lezin ket ac’hanoc’h emzivad ; dond a ran d’ho kavout. (19) C’hoas eun neubeud amzer, hag ar bed n’am gwelo mui, mes c’houi a velo ac’hanoun ; abalamour ma vevan, c’houi a vevo ive. (20) En deiz-ze ec’h anavezot emoun em Zad, ha c’houi enoun, ha me enoc’h. (21) An hini hen deuz va gourc’hemenou hag a vir anezhe, hennes eo a gar ac’hanoun ; hag an hini a gar ac’hanoun a vezo karet gant va Zad, ha me a garo anezhan, hag en em roin da anaoud dezhan.
(22) Judas, (n’e ket an Iscariot eo,) a lavaraz dezhan : Aotrou, a be leac’h e teu ma en em ziskouezi deomp-ni, ha nann d’ar bed ? (23) Jesus a respontaz dezhan : Mar kar unan-benag ac’hanoun, e viro va c’homzou, ha va Zad a garo anezhan, hag e teuimp d’he gavoud, hag e raimp hon demeurans ganthan. (24) An hini na gar ket ac’hanoun, na vir ket va c’homzou ; hag ar c’homzou hoc’h euz klevet n’int ket va re-me, mes re an Tad pehini hen deuz va digasset. (25) An traou-man a lavaran deoc’h, e-pad ma emoun o choum ganeoc’h. (26) Mes ar C’honsolator, ar Spered-Santel, a vezo digasset gant an Tad em hano, hennes a zesko deoc’h pep tra, hag a rai deoc’h kaoud memor euz an holl draou em euz lavaret deoc’h.
(27) Lezel a ran ar peoc’h ganeoc’h ; rei a ran deoc’h va feoc’h ; n’hen roan ket deoc’h evel ma ro ar bed. Na vezit ket troublet ho calon, ha bezit heb aoun. (28) Klevet hoc’h euz em euz lavaret deoc’h : Mond a ran kuit, hag e teuan d’ho kavoud adare. Mar karjec’h ac’hanoun, c’houi a vije joaüs abalamour ma em euz lavaret : Mond a ran da gavoud an Tad ; rag va Zad a zo brassoc’h eged’oun. (29) Ha breman me em euz hen lavaret deoc’h, araog ma c’hoarvezo an dra-ze, evit ma credot pa vezo c’hoarvezet. (30) Na gomzin mui nemeur ganeoc’h, rag erru eo prins ar bed-man ; mes n’hen deuz netra enoun. (31) Mes evit ma c’hanavezo ar bed e karan an Tad, hag e ran ar pez a zo bet gourc’hemenet d’in gant an Tad, savit, ha deomp ac’halen.
E eo ar gwir winien, ha va Zad eo ar gwinienour. (2) Hen a lam kuit kement branc a zo enoun ha na zoug ket a frouez ; hag a neta kement hini a zoug frouez, evit ma tougo c’hoas muioc’h a frouez. (3) C’houi a zo dija net, abalamour d’ar Ger em euz prezeget deoc’h. (4) Choumit enoun, ha me a choumo enoc’h. Evel na hell ket ar branc dougen frouez anezhan he-unan, ma na choum ket stag ouz ar c’hef, evel-se c’houi na hellit ket ken neubeud, ma na choumit ket enoun. (5) Me eo ar winien, c’houi eo ar brancou. An hini a choum enoun, ha me enhan, hennes a zoug kalz a frouez ; rag distag diouzin, na hellit ober netra. (6) Mar d’euz unan-benag ha na choum ket enoun, taolet a vez er meaz evel eur branc, hag e teu da zizec’ha ; ha goude e vezont dastumet ha taolet en tan, hag e tevont. (7) Mar choumit enoun, ha mar choum va c’homzou enoc’h, goulennit ar pez a garot, hag e vezo roet deoc’h. (8) Mar deuit da zougen kalz a frouez, neuze e vezo va Zad glorifiet, hag e viot va diskibien.
(9) Evel ma hen deuz va Zad karet ac’hanoun, em euz ive ho karet ; choumit em c’harantez. (10) Mar mirit va gourc’hemenou, e choumot em c’harantez ; evel ma em euz miret gourc’hemenou va Zad, hag e chouman en he garantez. (11) An traou-man em euz lavaret deoc’h, evit ma choumo va joa enoc’h, ha ma vezo peur-leuniet ho choa.
(12) He-man eo va gourc’hemen, ma en em garot an eil egile, evel ma em euz ho karet. (13) Den e-bed n’hen deuz brassoc’h karantez eged an hini a ro he vuez evit he vignoned. (14) Va mignoned e viot, mar grit kement em euz gourc’hemenet deoc’h. (15) A-vreman n’ho kalvan ken servicherien, rag ar servicher na oar ket petra a ra he vestr, mes ho kalvet em euz mignoned, abalamour ma em euz roet da anaoud deoc’h an holl draou am euz klevet gant va Zad. (16) N’e ket c’houi hoc’h euz choazet ac’hanoun, mes me eo em euz ho choazet, hag em euz ho lakeat, evit ma’z eot, ha ma tougot frouez, ha ma vezo ho frouez paduz ; hag evit ma roio va Zad deoc’h kement a c’houlennot em hano diganthan. (17) Ar pez a c’hourc’hemenan deoc’h, eo en em garet an eil egile.
(18) Mar hen deuz ar bed kassoni ouzoc’h, gouezit penaos hen deuz bet ive kassoni ouzin-me araog. (19) Ma vijec’h euz ar bed, ar bed a garje ar pez a zo dezhan ; mes dre n’ez oc’h ket euz ar bed, mes ma em euz ho choazet a-douez ar bed, dre-ze ar bed a deu d’ho kasaad. (20) Ho pezet memor euz ar gomz-man em euz lavaret deoc’h : Ar servicher n’eo ket brassoc’h eged he vestr. Mar ho deuz persecutet ac’hanoun-me, e persecutint ac’hanoc’h ive ; mar ho deuz miret va c’houmzou, e virint ive ho re-c’houi. (21) Mes kement-se holl a raint deoc’h abalamour d’am hano, rag na anavezont ket an hini hen deuz va digasset.
(22) Ma na vijen ket deuet, ha ma n’em bije ket komzet outhe, n’ho divije ket a bec’hed ; mes breman n’ho deuz excus e-bed evit ho fec’hed. (23) An hini hen deuz kaz ouzin, hen deuz kaz ive ouz va Zad. (24) Ma n’am bije ket great en ho zouez an oberou n’int bet great gant hini all e-bed, n’ho divije ket a bec’hed ; mes breman ho deuz gwelet anezhe, hag ho deuz kaseet ac’hanoun ha va Zad ive. (25) Mes kement-se a zo c’hoarvezet, evit ma vezo accomplisset ar gomz a zo scrivet en ho lezen : Va c’haseet ho deuz heb rezon.
(26) Pa vezo deuet ar C’honsolator a gassin deoc’h a-beurz an Tad, ar Spered a wirionez, pehini a zeu euz an Tad, hen a roio testeni ac’hanoun. (27) Ha c’houi ive a roio testeni, rag ganen emoc’h adaleg ar pen-kenta.
N traou-man em euz lavaret deoc’h, evit na viot ket scandalizet. (2) Ho teurel a raint er meaz euz ar sinagogou ; ha dond a ra memeus an heur ma credo renta servich da Zoue piou-benag ho lakai d’ar maro. (3) Kement-se a raint deoc’h, abalamour n’ho deuz anavezet na va Zad, na me. (4) Mes lavaret em euz deoc’h an traou-man, evit, pa vezo deuet an amzer, m’ho pezo sonj em euz ho lavaret deoc’h. N’em euz ket ho lavaret deoc’h adaleg ar pen-kenta, abalamour ma oann assambles ganeoc’h.
(5) Mes mond a ran breman da gavoud an hini hen deuz va digasset, hag hini ac’hanoc’h na c’houlen diganen : Da be leac’h ez ez ? (6) Mes, abalamour ma em euz lavaret an traou-man deoc’h, ho calon a zo deuet da veza leun a dristidigez.
(7) Koulskoude, ar wirionez a lavaran deoc’h, talvoudec eo deoc’h ma’z afen kuit ; rag ma n’ez an ket kuit, ar C’honsolator na zeuio ket d’ho kavout ; mes mar d’an kuit, me hen digasso deoc’h. (8) Ha pa vezo deuet, hen a ziskouezo ez eo ar bed coupabl er pez a zell euz ar pec’hed, ar justis hag ar varnedigez : (9) euz ar pec’hed, abalamour ne gredont ket enoun ; (10) euz ar justis abalamour m’az an da gavout va Zad, ha n’am gwelot mui ; (11) euz ar varnedigez, rag prins ar bed-man a zo dija barnet.
(12) Beza em euz c’hoas kalz a draou da lavaret deoc’h ; mes n’oc’h ket c’hoas evit ho zouten. (13) Mes pa vezo deuet hennes, ar Spered a wirionez, e cunduo ac’hanoc’h en holl wirionez, rag n’eo ket anezhan he-unan e komzo, mes lavaret a rai kement hen devezo klevet, hag e tisclerio deoc’h an traou da zond. (14) Hen eo a c’hlorifio ac’hanoun, rag kemeret a rai euz ar pez a zo d’in, hag hen annonso deoc’h.
(15) Kement hen deuz va Zad, a zo d’in-me ; abalamour da ze eo em euz lavaret e kemero ar pez a zo d’in, hag hen annonso deoc’h.
(16) C’hoas eur pennadic amzer, ha n’am gwelot mui ; ha c’hoas eur pennadic goude, hag e velot ac’hanoun adare, rag mond a ran da gavoud an Tad.
(17) Ha lod euz he ziskibien a lavaraz an eil d’egile : Petra a lavar deomp : A-ben eun neubeud amzer n’am gwelot mui, ha : C’hoas eun neubeud amzer goude, e velot ac’hanoun adare ; hag an dra-man : Abalamour ma’z an da gavoud an Tad ? (18) Lavaret a rent eta : Petra a lavar : A-ben eun neubeud amzer ? Na ouzomp ket petra a lavar.
(19) Jesus eta, o c’houzoud ho doa c’hoant d’hen interroji, a lavaraz dezhe : Goulen a rit an eil digant egile petra eo ar pez em euz lavaret : Abarz eun neubeud amzer n’am gwelot mui ; ha c’hoas, eun neubeud amzer goude, am gwelot adare. (20) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h, c’houi a welo, hag a huanado, hag ar bed a vezo er joa ; c’houi a vezo en dristidigez ; mes ho tristidigez a vezo troet en joa. (21) Pa vez eur vreg o c’henel eur bugel, he deuz poaniou braz, rag deuet eo he amzer ; mes kerkent ha ma he deuz ganet eur bugel, n’he deuz mui a zonj euz he foan, gant ar joa he deuz da veza ganet eun den er bed. (22) Evel-se, c’houi a zo breman en dristidigez ; mes ho kwelet a rin a-nevez, hag ho calon a vezo karget a levenez, ha den ne hallo lemmel ho levenez diganeoc’h. (23) Hag en deïz-ze na c’houlennot ken netra diganen.
E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h, kement a c’houlennot digant an Tad em hano, hen roio deoc’h. (24) Bete vreman n’hoc’h euz goulennet netra em hano; goulennit, hag e recevot, evit ma vezo peurleuniet ho choa.
(25) Dre barabolennou em euz lavaret deoc’h an traou-man ; mes dond a ra an amzer ma ne gomzin mui ouzoc’h dre barabolennou, mes ma komzin deoc’h sclear divarben an Tad. (26) En deiz-ze e c’houlennot em hano, ha ne lavaran ket deoc’h e pedin an Tad evidoc’h, (27) rag an Tad he-unan a gar ac’hanoc’h, abalamour ma hoc’h euz va c’haret, ha ma hoc’h euz credet ez oun deuet euz a Zoue. (28) Me a zo deuet euz an Tad, hag ez oun deuet er bed ; kuitaad a ran adare ar bed, hag ez an da gavoud an Tad.
(29) He ziskibien a lavaraz dezhan : Setu, breman e komzez sclear, ha na leverez mui a barabolennou. (30) Breman ec’h ouzomp ec’h anavezez pep tra, ha n’ec’h euz ket ezom e teufe den d’az interroji ; abalamour da ze eo e credomp ez oud deuet euz a Zoue.
(31) Jesus a respontaz dezhe : Ha credi a rit-hu breman ? (32) Setu, dond a ra an heur, ha deuet eo dija, ma viot dispartiet pep hini d’he gostez, ha ma lezot ac’hanoun va-unan ; mes n’emoun ket va-unan, rag an Tad a zo ganen. (33) An traou-man em euz lavaret deoc’h, evit ma ho pezo ar peoc’h enoun ; afflictionou ho pezo er bed ; mes kemerit courach, me em euz trec’het ar bed.
ESUS a lavaraz an traou-ze ; ha neuze, o sevel he zaou-lagad var-zu an env, e lavaraz : Va Zad, deuet eo an heur, glorifi da Vab, evit ma c’hlorifio da Vab ac’hanoud ; (2) hervez ma ec’h euz roet dezhan galloud var bep kig, evit ma roio ar vuez eternel da gement hini ec’h euz roet dezhan. (3) Hogen, ar vuez eternel eo, ma c’hanavezint ac’hanoud, te pehini eo ar gwir Doue, ha Jesus-Christ pehini ec’h euz digasset. (4) Me em euz da c’hlorifiet var an douar ; peur-c’hreat eo ganen an oeuvr ez poa roet d’in da ober. (5) Ha breman, Va Zad, glorifi ac’hanoun, ganez da-unan, euz ar gloar em boa ganez, araog commansamant ar bed.
(6) Discleriet em euz da hano d’an dud euz ar bed ec’h euz roet d’in ; d’id e oant, hag ec’h euz ho roet d’in, hag ho deuz miret da c’her. (7) Breman ho deuz anavezet eo diganez e teu kement tra ec’h euz roet d’in. (8) Rag roet em euz dezhe ar c’homzou ec’h euz roet d’in, hag int ho deuz recevet anezhe, hag ho deuz anavezet e gwirionez ez oun deuet ac’hanoud, hag ho deuz credet ez eo te ec’h euz va digasset. (9) Pedi a ran evithe ; na bedan ket evit ar bed, mes evit ar re ec’h euz roet d’in, rag d’id ez int. (10) Ha kement a zo d’in a zo d’id, hag ar pez a zo d’id a zo d’in-me, hag ez oun glorifiet enhe. (11) Ha me n’ed oun mui er bed, mes ar re-man a zo er bed, ha me a ia d’az kavout. Tad santel, mir en da hano ar re ec’h euz roet d’in, evit ma vezint unan, evel-domp-ni. (12) E-pad ma oann ganthe er bed, e tiwallen anezhe en da hano. Miret em euz ar re ec’h euz roet d’in, ha n’euz bet kollet hini anezhe, nemed mab ar gollidigez, evit ma vije accomplisset ar Scritur. (13) Ha breman ez an d’az kavout, hag e lavaran an traou-man er bed, evit m’ho devezo va joa peur-leuniet enhe. (14) Roet em euz dezhe da c’her, hag ar bed hen deuz ho c’haseet, abalamour n’int ket euz ar bed, evel n’emoun ket va-unan euz ar bed. (15) Na bedan ket ac’hanoud d’ho lemmel euz ar bed, mes d’ho diwall euz an drouk. (16) N’int ket euz ar bed, evel n’ed oun ket va-unan euz ar bed. (17) Santifi anezhe dre da wirionez ; da c’her eo ar wirionez. (18) Evel ma ec’h euz va digasset er bed, em euz ive ho c’hasset er bed. (19) Hag en em zantifia a ran va-unan evithe, evit ma vezint ive santifiet dre ar wirionez.
(20) Hogen, n’e ket evithe hep-ken e pedan ; mes ive evit ar re a gredo enoun dre ho c’homz ; (21) evit ma vezint holl unan, evel ma’z oud enoun, o va Zad, hag evel ma’z oun enoud ; evit ma vezint ive unan enomp-ni ; evit ma credo ar bed eo te ec’h euz digasset ac’hanoun. (22) Roet em euz dezhe ar gloar ec’h euz roet d’in, evit ma vezint unan, evel ma’z omp-ni unan, (me enhe, ha te enoun,) (23) evit ma vezint peur-c’hreat en unan, hag evit ma c’hanavezo ar bed ec’h euz va digasset, hag e karez anezhe, evel ma ec’h euz va c’haret.
(24) O va Zad, deziroud a ran ma vezo ganen, el leac’h ma vezin, ar re ec’h euz roet d’in, evit ma velint ar gloar ec’h euz roet d’in, rag te ec’h euz va c’haret araog ma oa crouet ar bed. (25) Tad just, ar bed n’hen deuz ket anavezet ac’hanoud ; mes me, em euz da anavezet, hag ar re-man ho deuz anavezet eo te ec’h euz va digasset. (26) Ha me em euz great dezhe anaoud da hano, hag hen rei a rin da anaoud dezhe, evit ma vezo enhe ar garantez gant pehini ec’h euz va c’haret, ha ma vezin me va-unan enhe.
OUDE m’hen doe lavaret Jesus an traou-ze, ez eaz gant he ziskibien en tu all da ster Cedron. Eno e oa eur jardin, hag ec’h antreaz ebarz gant he ziskibien.
(2) Judas, an hini a drahisse anezhan, a anaveze ive al leac’h-ze, rag Jesus a oa bet eno alies assambles gant he ziskibien. (3) Judas eta, o veza kemeret ar vanden soudarded hag ar serjanted euz a-berz prinsed ar veleien hag ar Farizianed, a zeuaz di gant leternou, gant torchadou-goulou ha gant armou. (4) Ha Jesus, o c’houzout kement a dlie c’hoarvezout ganthan, a ieaz etrezeg enhe, hag a lavaraz dezhe : Piou a glaskit-hu ? (5) Respont a rejont dezhan : Jesua a Nazaret. Jesus a lavaraz dezhe : Me eo. Ha Judas, an hini a drahisse anezhan, a oa ive ganthe. (6) Hogen, kerkent ha m’hen doe lavaret dezhe: Me eo, ez ejont a-dre hag e kouezjont d’an douar. (7) Goulen a reaz diganthe c’hoas eur vech all : Piou a glaskit-hu ? Hag int a lavaraz adare : Jesus a Nazaret. (8) Jesus a respontaz : Hen lavaret em euz deoc’h: Me eo ; mar d’eo me eta a glaskit, list ar re-man da vond kuit. (9) Kement-man a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar gomz-man hen doa lavaret : N’em euz kollet hini euz ar re ec’h euz roet d’in.
(10) Neuze Simon Per, a oa ganthan eur c’hleze, a dennaz anezhan, hag a skoaz ganthan mevel ar beleg-braz, hag a droc’haz dezhan he skouarn deo ; hag hano ar mevel-ze a oa Malchus. (11) Mes Jesus a lavaraz da Ber : Laka da gleze en he foureo ; daoust ha na evin-me ket ar c’halir hen deuz roet an Tad d’in da eva ?
(12) Neuze ar vanden soudarded, ar c’habiten ha serjanted ar Judevien a gemeraz Jesus hag a ereaz anezhan, (13) hag e kasjont anezhan da genta da di Annas, rag Annas a oa tad-kaer da Gaïphas, pehini a oa beleg-braz er bloaz-ze. (14) Hogen, Caïphas a oa an hini hen doa roet an ali-man d’ar Judevien : Talvoudec eo e varvfe eun den evit ar bobl.
(15) Hogen Simon Per, hag eun diskibl all, ho doa heulliet Jesus. Hag an diskibl-ze a oa anavezet gant ar beleg-braz ; hag ec’h antreaz gant Jesus e palez ar beleg-braz. (16) Mes Per a oa choumet er meaz e-tal an nor. An diskibl all, pehini a oa anavezet gant ar beleg-braz, a ieaz eta er meaz, a gomzaz gant ar borzierez, hag a lekeaz Per da antren. (17) Hag ar plac’h a oa porzierez, a lavaraz da Ber : Ha n’oud-de ket ive euz a ziskibien an den-ze ? Hen a lavaraz : N’ed oun ket. (18) Hag ar servicherien hag ar serjanted a oa eno, ho doa great tan da domma, rag ien e oa an amzer, hag e tomment. Ha Per a oa ganthe, o tomma ive.
(19) Hag ar beleg-braz a interrojaz Jesus divarben he ziskibien, ha divarben he zoctrin. (20) Jesus a respontaz dezhan : Komzet em euz sclear d’ar bed ; kelennet em euz bepred er sinagog hag en templ, el leac’h m’en em zastum ar Judevien holl euz a bep leac’h, ha n’em euz lavaret netra en-kuz. (21) Perag ec’h interrojez-te ac’hanoun ? Goulen digant ar re ho deuz klevet ac’hanoun, petra em euz lavaret dezhe ; ar re-ze a oar petra em euz lavaret.
(22) Pa hen doe lavaret kement-se, unan euz ar serjanted a roaz eur javedad da Jesus, en eur lavaret dezhan : Hag evel-se eo e respontez-te d’ar beleg-braz ? (23) Jesus a respontaz dezhan : Mar em euz gwall-gomzet, diskouez petra a fall em euz lavaret ; mes mar em euz komzet mad, perag e skoez-te ac’hanoun ? (24) Hag Annas a gassaz anezhan ereet da Gaïphas, ar beleg-braz.
(25) Ha Simon Per a oa eno, o tomma ; hag e leverjont dezhan : Ha n’oud-de ket ive euz he ziskibien ? Hen nac’h a reaz, hag e lavaraz : N’oun ket. (26) Hag unan euz a zervicherien ar beleg-braz, a oa euz kerent an hini a oa bet troc’het he skouarn dezhan gant Per, a lavaraz dezhan : Ha n’em euz-me ket gwelet ac’hanoud ganthan er jardin ? (27) Neuze Per a nac’haz adare ; ha rag-tal ar c’hilloc a ganaz.
(28) Neuze e kasjont Jesus euz a di Gaïphas d’ar pretouar ; an dra-man a oa deuz ar beure, ha na antrejont ket er pretouar, gant aoun d’en em souilla hag evit gallout debri ar Pask.
(29) Pilat eta a zeuaz er meaz d’ho c’havoud, hag a lavaraz dezhe : Petra a damallit-hu d’an den-man ? (30) Respont a rejont dezhan : Ma na vije ket hennes eun torfetour, n’hor bije ket livret anezhan d’id. (31) Pilat a lavaraz dezhe : Kemerit-hen hoc’h-unan, ha barnit-hen hervez ho lezen. Ar Judevien a lavaraz dezhan : N’eo ket permetet deomp lakaad eun den d’ar maro. (32) Kement-man a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar gomz hen doa lavaret Jesus, o tiscleria dre be seurt maro e tlie mervel.
(33) Neuze Pilat a antreaz adare er pretouar, hag o veza lakeat gervel Jesus, e lavaraz dezhan : Ha te eo roue ar Judevien ? (34) Jesus a respontaz dezhan : Hag ac’hanoud da-unan eo e leverez-te kement-se ac’hanoun, pe re all ho deuz hen lavaret d’id ? (35) Pilat a respontaz : Hag eur Judeo oun-me ! Tud da vro da-unan ha prinsed ar veleien ho deuz da livret d’in ; petra ec’h euz-te great ? (36) Jesus a respontaz : Va rouantelez n’eo ket euz ar bed-man ; ma vije va rouantelez euz ar bed-man, va zervicherien a gombatje evit na vijen ket livret d’ar Judevien ; mes breman va rouantelez n’ema ket euz ar bed-man. (37) Neuze Pilat a lavaraz dezhan : Roue oud eta ? Jesus a respontaz : Te hen lavar ; roue oun, evit an dra-ze eo ez oun ganet, ha deuet oun er bed evit renta testeni d’ar wirionez. Kement hini a zo euz ar wirionez a zelaou va mouez. (38) Pilat a lavaraz dezhan : Petra eo ar wirionez ?
Ha goude beza lavaret kement-se, ez eaz er meaz adare da gavoud ar Judevien, hag e lavaraz dezhe : Ne gavan crim e-bed en den-ze. (39) Hogen, evel ma ema ar c’hiz en ho touez e laoskfen en liberte eur prizonier- benag en amzer ar Pask, ha c^houi a fell deoc’h e laoskfen deoc’h roue ar Judevien ? (40) Neuze e crijont holl adare : Nann, n’e ket he-man ; mes Barabbas : Hogen Barabbas a oa eun torfetour.
ILAT eta a lakeaz kemeret Jesus, hag hen skourjeza. (2) Hag ar zoudarded o veza great eur gurunen spern, a lakeaz anezhi var he ben, hag e lekejont en-dro dezhan eur vantel bourpr. (3) Hag e lavarent dezhan : Salud, roue ar Judevien ; hag
e roent crabanadou dezhan.
(4) Pilat a ieaz adare er meaz, hag e lavaraz dezhe : Setu, hen digas a ran er meaz deoc’h, evit ma ouezot n’em euz kavet crim e-bed enhan. (5) Jesus eta a zeuaz er meaz, en eur zougen ar gurunen spern hag ar vantel bourpr. Ha Pilat a lavaraz dezhe : Setu aman an den. (6) Mes pa velaz prinsed ar veleien hag ar serjanted anezhan, e crijont a-bouez ho fen : Crucifi, crucifi anezhan ! Pilat a lavaraz dezhe : Kemerit anezhan hoc’h-unan ha crucifiit anezhan ; rag me na gavan crim e-bed enhan. (7) Ar Judevien a respontaz dezhan : Bez’ hon euz eul lezen, hag hervez hon lezen e tle mervel, abalamour ma’z eo en em c’hreat Mab Doue.
(8) Pa glevaz Pilat ar gomz-ze, hen doe c’hoas mui a aoun. (9) Mond a reaz eta adare er pretouar, hag e lavaraz da Jesus : A be leac’h oud-de ? Mes Jesus na roaz respont e-bed dezhan. (10) Neuze Pilat a lavaraz dezhan: Ne leverez netra d’in ? Ha na ouzoud-te ket penaos em euz ar galloud da grucifia ac’hanoud, hag ar galloud d’az telivra ? (11) Jesus a respontaz dezhan : Te n’az pije galloud e-bed var-n’oun, ma na vije bet roet d’id euz an neac’h ; dre-ze an hini hen deuz va livret d’id hen deuz brassoc’h pec’hed.
(12) Divar-neuze Pilat a glaske an tu d’hen delivra ; mes ar Judevien a grie : Mar leuskez an den-ze, n’oud ket mignon da Cezar ; rag piou-benag en em c’hra roue en em laka a-enep Cezar. (13) Pa glevaz Pilat ar gomz-ze, e kassaz Jesus er meaz, hag ec’h azezaz var he dribunal, el leac’h hanvet ar Pave, hag en hebrach Gabbatha.
(14) (Hogen, deiz preparation ar Pask e oa, ha var-dro ar c’houec’hved heur); hag hen a lavaraz d’ar Judevien: Setu aze ho roue. (15) Mes int a grie : Tenn, tenn anezhan euz hon touez, crucifi anezhan ! Pilat a lavaraz dezhe : Ha crucifia a rin-me ho roue ? Prinsed ar veleien a respontaz : N’hon euz roue e-bed nemed Cezar. (16) Neuze e livraz anezhan dezhe evit beza crucifiet. Kemer a rejont eta Jesus, hag her c’hasjont ganthe.
(17) Ha Jesus, o tougen he groaz, a zeuaz d’al leac’h a zo galvet leac’h ar Pen-maro, hag a zo galvet en hebrach Golgotha ; (18) eno e crucifijont anezhan, ha daou all ganthan, unan a bep tu, ha Jesus er c’hreiz.
(19) Pilat a reaz ive eur scrid hag hen lekeaz var ar groaz ; hag e oa scrivet varnezhan : Jesus a nazaret, roue ar judevien. (20) Kalz eta euz ar Judevien a lennaz ar scrid-ze, rag al leac’h en pehini e oa crucifiet Jesus a oa tost da gear ; hag e oa scrivet en hebrach, en gregach hag en latin. (21) Ha prinsed ar veleien euz ar Judevien a lavaraz da Bilat : Na scriv ket : Roue ar Judevien ; mes scriv penaos hen deuz lavaret : Me eo roue ar Judevien. (22) Pilat a respontaz : Ar pez em euz scrivet, em euz scrivet.
(23) Neuze ar zoudarded, goude m’ho doe crucifiet Jesus, a gemeraz he zillad, hag e rejont peder loden, unan evit pep hini anezhe; kemeret a rejont ive ar zae ; mes ar zae ne oa gri e-bed enhi, hag e oa euz ar memeus gwiad, adaleg an neac’h beteg an traon. (24) Lavaret a rejont eta an eil d’egile : Na rogomp ket anezhi, mes tennomp d’ar sort da biou e vezo ; evit ma vije accomplisset ar gomz-man euz ar Scritur : Partajet ho deuz va dillad etrezhe, hag ho deuz taolet va zae d’ar sort. Evel-se e reaz ar zoudarded.
(25) Hogen, mam Jesus, ha c’hoar he vam, Mari, greg Cleopas, ha Mari Madalen, en em dalc’he en kichen croaz Jesus. (26) Jesus eta, o velet he vam hag en he c’hichen an diskibl karet ganthan, a lavaraz d’he vam : Greg, setu aze da vab. (27) Neuze e lavaraz d’an diskibl : Setu aze da vam. Hag adaleg an heur-ze, an diskibl-ze he c’hemeraz en he di.
(28) Goude-ze, Jesus, o velet e oa peur-c’hreat pep tra, evit ma vije accomplisset ar Scritur, a lavaraz : Sec’hed em euz. (29) Hogen bez’ e oa eno eur vessel leun a win-egr. Karga a rejont eta eur sponj gant gwin-egr, hag o veza hen lakeat var ben eur gorzen hisop, e lakejont anezhan ouz he c’henou. (30) Ha pa hen doe Jesus kemeret ar gwin-egr, e lavaraz : Peur-c’hreat eo pep tra. Hag o veza pleget he ben, e rentaz ar spered.
(31) Hogen, ar Judevien, evit na choumje ket ar c’horfou var ar groaz e-pad deiz ar sabbat (rag devez ar breparation e oa, hag ar sabbat-se a oa eun devez braz meurbed), a c’houlennaz digant Pilat ma vije torret dezhe ho diou-esker, ha ma vijent lammet ac’hane. (32) Ar zoudarded a zeuaz eta hag a dorraz ho diou-esker d’ar c’henta, ha d’egile a oa bet cruciñet ganthan. (33) Mes, o veza deuet da gichen Jesus, pa veljont penaos e oa dija maro, na dorjont ket he ziou-esker dezhan. (34) Mes unan euz ar zoudarded a doullaz he gostez dezhan gant eul lanç, ha rag-tal e teuaz anezhan goad ha dour. (35) Hag an hini hen deuz gwelet kement-se, hen deuz roet testeni euz an dra-ze (hag he desteni a zo gwir, hag hen a oar ez eo gwir ar pez a lavar), evit ma credot. (36) Hogen, an traoù-ze a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar Scritur: Askorn e-bed dezban na vezo torret. (37) Hag el leac’h all ar Scritur a lavar c’hoas : Gwelet a raint an hini ho deuz toullet.
(38) Goude-ze, Josef a Arimathe, pehini a oa eun diskibl da Jesus, mes en kuz, gant aoun rag ar Judevien, a bedaz Pilat d’hen lezel da lemmel ac’hane corf Jesus ; ha Pilat a bermetaz dezhan. Dond a eure eta, hag e kemeraz corf Jesus. (39) Nicodem, pehini a oa deuet da genta da gavout Jesus en noz, a zeuaz ive, ha ganthan var-dro kant lur aloez ha mirrh mesket assambles. (40) Kemeret a rejont eta corf Jesus, hag e lienjont anezhan gant linennou, o lakaad louzou a c’houez-vad, evel ma’z eo custum ar Judevien da sebelia.
(41) Hogen, el leac’h ma oa bet crucifiet e oa eur jardin, hag ebarz ar jardin-ze e oa eur bez nevez, en pehini ne oa bet c’hoaz lakeat den e-bed. (42) Lakaad a rejont eta Jesus eno, abalamour da breparation ar Judevien, hag ive dre ma oa tost ar bez.
N deiz kenta euz ar sizun, Mari Madalen a zeuaz etrezeg ar bez beure mad, pa oa c’hoas teval ; hag e velaz ar mean lammet kuit divar ar bez. (2) Diredec a reaz eta da gavout Simon Per hag an diskibl all a oa karet gant Jesus ; hag e lavaraz dezhe : Tennet ho deuz an Aotrou euz ar bez, hag hen douget kuit ha ne ouzomp ket e pe leac’h ho deuz lakeat anezhan.
(3) Neuze Per a ieaz er meaz gant an diskibl all, hag ez ejont d’ar bez. (4) Hag e redent ho daou assambles ; mes an diskibl all-ze a redaz buhannoc’h eged Per, hag a erruaz da genta e kichen ar bez. (5) Hag o veza daou-bleget evit sellet, e velaz al lienennou var an douar ; mes n’ez eaz ket ebarz. (6) Mes Simon Per, pehini a zeue var he lerc’h, a erruaz, hag a ieaz er bez, hag a velaz al lienennou a oa var an douar, (7) hag al linsel a oa bet var he ben, pehini ne oa ket lakeat assambles gant al linselliou all ; mes a oa pleget en eul leac’h a-gostez. (8) An diskibl all, pèhini a oa deuet da genta d’ar bez, a ieaz ive ebarz, hag e velaz, hag e credaz. (9) Rag n’ho doa ket c’hoas comprenet ar Scritur a lavar e ranke Jesus resussita a-douez ar re varo. (10) Neuze an diskibien a zistroaz d’ar gear.
(11) Koulskoude Mari a choume er meaz, e-tal ar bez, o wela ; hag evel ma wele, e plegaz evit sellet er bez, (12) hag e velaz daou eal gwisket en gwenn, azezet unan ouz ar pen, hag egile ouz an treid, el leac’h ma oa bet gourvezet corf Jesus. (13) Hag an elez a lavaraz dezhe : Greg, perag e welez-te ? Hi a lavaraz dezhe : Abalamour ma ho deuz douget kuit va Aotrou, ha na ouzon ket pe leac’h ho deuz lakeet anezhan. (14) Ha goude beza lavaret kement-se, e tistroaz hag e velaz Jesus en he za ; mes na ouie ket e oa Jesus hennes. (15) Jesus a lavaraz dezhi : Greg, perag e welez-te ? Piou a glaskez ? Hi, o credi e oa hennes ar jardiner, a lavaraz dezhan : Aotrou, mar d’eo te ec’h euz hen douget kuit, lavar d’in pe leac’h ec’h euz hen lakeat, hag e kemerin anezhan. (16) Jesus a lavaraz dezhi : Mari ! Hag hi, o veza distroet, a lavaraz dezhan : Rabbouni ! da lavaret eo, va Mestr ! (17) Jesus a lavaraz dezhi : Na douch ket ouzin, rag n’oun ket c’hoas pignet etrezeg va Zad ; mes kea da gavoud va breudeur, ha lavar dezhe e pignan etrezeg va Zad hag ho Tad, va Doue hag ho Toue. (18) Ha Mari Madalen a zeuaz da annonsi d’an diskibien penaos he doa gwelet an Aotrou, hag hen doa lavaret an traou-ze dezhi.
(19) Var ar pardaez euz an deiz-ze, a oa ar c’henta euz ar sizun, an norojou euz al leac’h ma oa assamblet enhan an diskibien, o veza serret, gant aoun rag ar Judevien, Jesus a zeuaz, hag en em brezantaz en ho c’hreiz, hag a lavaraz dezhe : Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h ! (20) Ha goude beza lavaret an dra-ze dezhe, e tiskouezaz dezhe he zaouarn hag he gostez. An diskibien eta, o velet an Aotrou, ho doe eur joa vraz. (21) Ha Jesus a lavaraz adare dezhe : Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h ! Evel ma hen deuz an Tad digasset ac’hanoun, evel-se ive me a gas ac’hanoc’h. (22) Ha pa hen doe lavaret kement-se, e c’hwezaz varnezhe hag e lavaraz dezhe : Recevit ar Spered-Santel. (23) Da biou-benag e pardonot ar pec’hejou, e vezint pardonet dezhe ; hag ar re da bere ho dalc’hot, e vezint dalc’het dezhe.
(24) Hogen, Thomas, unan euz an daouzec, galvet Didimus, ne oa ket ganthe pa zeuaz Jesus. (25) An diskibien all eta a lavaraz dezhan : Ni hon euz gwelet an Aotrou. Mes hen a lavaraz dezhe : Ma na velan en he zaouarn merk an tachou, ha ma na lakaan va biz en merk an tachou, ha ma na lakaan va dorn en he gostez, me na gredin ket.
(26) Eiz deiz goude, he ziskibien a oa adare en ti, ha Thomas a oa ganthe. Jesus a zeuaz, an norojou o veza serret, hag en em zalc’haz en ho c’hreiz hag a lavaraz : Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h ! (27) Neuze e lavaraz da Dhomas : Laka da viz aman, ha sell ouz va daouarn ; astenn ive da zorn, ha laka-hen em c’hostez, ha na vez ket eun den difeiz, mes eun den hag a gred. (28) Thomas a respontaz hag a lavaraz dezhan : Va Aotrou ha va Doue ! (29) Jesus a lavaraz dezhan : Abalamour ma ec’h euz va gwelet, Thomas, ec’h euz credet ! Eürus ar re n’ho deuz ket gwelet, hag ho deuz credet !
(30) Jesus a reaz c’hoas dirag he ziskibien kalz a viraclou all, pere n’int ket scrivet el levr-man. (31) Mes an traou-man a zo scrivet, evit ma credot penaos Jesus eo ar C’hrist, Mab Doue, hag o credi ma ho pezo ar vuez en he hano.
OUDE-ZE, Jesus en em ziskouezaz adare d’an diskibien tost da vor Tiberiad, ha setu penaos en em ziskouezaz : (2) Simon Per, ha Thomas, hanvet Didimus, Nathanael, pehini a oa euz a Gana en Galile, mipien Zebede ha daou all euz he ziskibien a oa assambles. (3) Simon Per a lavaraz dezhe : Mond a ran da besketa. Hag e leverjont dezhan : Ni a ia ive ganez. Hag ez ejont, hag e pignjont rag-tal er vag ; mes en noz-ze ne dapjont netra.
(4) Pa pa deuet ar mintin, Jesus en em gavaz var an aod ; mes an diskibien na ouient ket e oa hen Jesus. (5) Jesus a lavaraz dezhe : Bugale ha n’hoc’h euz-hu netra da zebri ? Int a respontaz dezhan : Nann. (6) Hag e lavaraz dezhe : Taolit ar roued en tu deo euz ar vag, hag e kavot. He deurel a rejont eta, ha na hellent mui hen tenna er meaz gant ar bern pesked a oa enhan. (7) Rag-se an diskibl a oa karet gant Jesus, a lavaraz da Ber : An Aotrou eo ! Pa glevaz Simon Per e oa hennes an Aotrou, e lekeaz he zae var-c’horre (rag en noaz e oa), hag en em daolaz er mor. (8) Mes an diskibien all a deuaz gant ar vag, o stleja ar roued leun a besked, rag ne oant diouz an douar nemed var-dro daou c’hant ilinad.
(9) Pa oent diskennet d’an douar, e veljont eno glaou beo, ha pesked varnezhe, ha bara. (10) Jesus a lavaraz dezhe : Digassit euz ar pesked emoc’h o paouez kemeret. (11) Simon Per a bignaz a-nevez, hag a dennaz ar roued d’an douar, hag hen leun a gant tri hag hanter kant pesk braz, ha petra-benag ma oa kement-se, na doraz ket ar roued. (12) Jesus a lavaraz dezhe : Deuit da leina. Hogen hini euz an diskibien na grede goulen diganthan : Piou oud-de ? o c’houzoud e oa hen an Aotrou. (13) Jesus eta a dostaaz, hag a gemeraz bara, hag e roaz dezhe, ha pesked ive.
(14) Hou-man oa dija an deirved gwech m’hen em ziskoueze Jesus d’he ziskibien, goude ma oe resussitet a-douez ar re varo.
(15) Goude eta m’ho doe leinet, Jesus a lavaraz da Simon Per : Simon, mab Jona, ha karoud a rez-te ac’hanoun muioc’h eged ar re-man ? Per a respontaz : Ia, Aotrou, gouzoud a rez e karan ac’hanoud. Jesus a lavaraz dezhan : Messaa va oaned. (16) Lavaret a reaz dezhan eun eil gwech : Simon, mab Jona, ha karoud a rez-te ac’hanoun ? Per a lavaraz dezhan : Ia, Aotrou, gouzoud a rez e karan ac’hanoud. Jesus a lavaraz dezhan : Messaa va denved. (17) Lavaret a reaz dezhan an deirved gwech : Simon, mab Jona, ha karoud a rez-te ac’hanoun ? Per a oe glac’haret abalamour m’hen doa lavaret evit an deirved gwech : Ha karoud a rez-te ac’hanoun ? Hag e lavaraz dezhan : Aotrou, te a oar pep tra, gouzoud a rez e karan ac’hanoud. Jesus a lavaraz dezhan: Messaa va denved. (18) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id : Pa oaz yaouankoc’h, te a lake da c’houriz da-unan, hag ez eez el leac’h ma felle d’id ; mes pa vezi koz, ec’h astenni da zaouarn, hag eun all a lako da c’houriz d’id, hag a gasso ac’hanoud el leac’h na fello ket d’id mond. (19) Hogen, hen a lavaraz an dra-ze evit rei da anaoud dre be seurt maro e tlie Per glorifia Doue.
Ha goude beza komzet evel-se, e lavaraz dezhan : Heuil ac’hanoun. (20) Ha Per, o veza distroet, a velaz o
tond var he lerc’h an diskibl a oa karet gant Jesus, an hini a oa harpet var galon Jesus, e-pad ar goan, hag hen doa lavaret dezhan : Aotrou, piou eo an hini a drahis ac’hanoud ? (21) Per eta, o veza gwelet anezhan, a lavaraz da Jesus : Aotrou, hag he-man, petra c’hoarvezo ganthan ? (22) Jesus a lavaraz dezhan : Mar fell d’in e choumfe ken a deuin, petra a ra an dra-ze d’id ? Evidoud-te, heuil ac’hanoun. (23) Ar brud a redaz eta e-touez ar breudeur, penaos an diskibl-ze na varvje ket. Koulskoude Jesus n’hen doa
ket lavaret dezhan : Na varvo ket ; mes : Mar fell d’in e choumfe ken a deuin, petra a ra ze d’id ?
(24) He-man eo an diskibl-ze pebini a ro testeni divarben an traou-man, hag hen deuz ho scrivet ; ha gouzoud a reomp penaos he desteni a zo gwirion.
(25) Bez’ ez euz c’hoas kalz a draou all great gant Jesus, ha ma vije scrivet pep hini anezhe, ne gav ket d’in e vije plas awalc’h er bed holl zo-ken d’al levriou a halfe an den da scriva divarben an traou-ze. Amen.
A levr kenta em euz great, o Theophil, var gement hen deuz great Jesus ha desket deomp adaleg ar pen-kenta, (2) beteg an deiz ma oe savet en env, goude m’hen doe roet he c’hourc’hemenou, dre ar Spered-Santel, d’he ebestel hen doa choazet ; (3) da bere ive en em ziskouezaz beo, goude he bassion, o rei dezhe kalz a breuvennou euz a gement-se, oc’h apparissa dezhe e-pad daou-ugent devez, hag o komz dezhe euz an traou a zell ouz rouantelez Doue. (4) Hag o veza dastumet anezhe, e c’hourc’hemenaz dezhe na bellajent ket euz a Jerusalem, mes ma c’hortojent eno promessa an Tad pehini, eme-z’han, hoc’h euz klevet ganen-me. (5) Rag Ian evit-gwir hen deuz badezet en dour, mes a-ben eun neubeud deiziou, c’houi a vezo badezet er Spered-Santel.
(6) Int eta, o veza holl assambles, a c’houlenne diganthan : Aotrou, hag en amzer-man eo ec’h adsavi rouantelez Israel ? (7) Mes hen a lavaraz dezhe : N’e ket deoc’h-hu eo anaoud an amzeriou hag ar momanchou hen deuz merket an Tad dre he c’halloud he-unan. (8) Mes c’houi a recevo galloud ar Spered-Santel, pehini a zeuio varnoc’h ; hag e viot testou d’in, en Jerusalem, kerkoulz hag en holl Jude hag er Samari, ha bete ar pen pella euz an douar. (9) Ha goude m’hen doe lavaret ar c’homzou-ze, e oe savet d’an neac’h e-pad ma oaint o sellet outhan, hag eur goabren hen kuzaz ouz ho daou-lagad. (10) Hag evel ma sellent piz varzu an env e-pad ma save d’an neac’h, daou zen gwisket en gwenn (11) en em brezantaz dezhe, hag a lavaraz : Tud a C’halile, perag e choumit-hu aze da zellet ouz an env ? Ar Jesus-se, pehini a zo bet savet diganeoc’h en env, a zistroio er memeus doare ma hoc’h euz gwelet anezhan o sevel d’an env.
(12) Neuze e tistrojont da Jerusalem, euz ar menez a c’halver Olived, pehini a zo eur sabbat bale euz a Jerusalem. (13) Ha pa oent en em gavet, e pignjont er gambr huella e pe leac’h e choume Per, Jakes, Ian, Andre, Philip, Thomas, Bartheleme, Maze, Jakes, mab Alphe, Simon Zelotes, ha Jud, breur Jakes. (14) Ar re-man holl a gendalc’he a-unvan er beden hag er supplication, gant ar gragez, ha Mari, mam Jesus, ha gant he vreudeur.
(15) En deiziou-ze, Per, o sevel e-kreiz an diskibien, a oa dastumet assambles e niver a c’houec’h-ugent den, pe var-dro, a lavaraz dezhe :
(16) Tud breudeur, red e oa ma vije accomplisset ar pez a zo bet profetiset gant ar Spered-Santel dre c’henou David, divarben Judas, pehini a zo bet rener ar re ho deuz kemeret Jesus. (17) Rag hennes a oa unan ac’hanomp, hag he lod hen deuz bet er garg-man.
(18) Mes prenet hen deuz eur park gant arc’hant he dorfet, hag o veza en em daolet d’an traon, ez eo bet freuzet dre he greiz, hag he holl entraillou a zo deuet er meaz euz anezhan. (19) (Kement-man a zo bet anavezet gant holl habitanted Jerusalem, en hevelep doare m’az eo bet galvet ar park-se, en ho langach ho-unan, Akeldama, da lavaret eo, Park ar goad.) (20) Rag scrivet eo e levr ar Salmou : Ra zeuio he di da veza dezert, ha ra na vezo den o choum enhan ; ha : Ra gemero unan all he garg.
(21) Red eo eta e teufe unan, a-douez ar re a zo bet ganeomp e-pad an holl amzer ma hen deuz bevet Jesus en hon touez, (22) adaleg badiziant Ian, beteg an deiz ma eo bet an Aotrou kemeret diganeomp, da veza test assambles ganeomp euz he resurrection.
(23) Neuze e prezantjont daou : Josef, hanvet Barsabas, lez-hanvet Just, ha Matthias. (24) Hag en eur bedi, e leverjont : Te, Aotrou, hag a anavez calonou an holl, diskouez deomp pehini euz an daou-man ec’h euz choazet ; (25) evit ma hen devezo lod er garg hag en abostolach hen deuz Judas dilezet evit mond d’al leac’h ma c’happarchant outhan. (26) Hag e tenjont d’ar sort ; hag ar sort a gwezaz var Matthias, hag he-man a oe lakeat, gant mouez an holl e renk an unnec abostol.
A oe arruet deiz ar Pentecost, e oant holl assambles er memeus leac’h. (2) Neuze e oe klevet a-greiz holl eun drouz euz an env henvel ouz eur bar-avel o c’hweza krenv, hag a gargaz an ti leac’h ma oant enhan. (3) Hag e veljont teodou, henvel ouz teodou tan, distag an eil diouz egile, pere a bozaz var bep hini anezhe. (4) Hag e oent holl leuniet euz ar Spered-Santel, hag e commansjont da gomz langachou estranjour, hervez ma lake ar Spered anezhe da gomz.
(5) Hogen, bez’ e oa neuze, en Jerusalem, Judevien, tud a zoujans Doue, euz an holl nationou a zo dindan an env. (6) Pa oe klevet eta an drouz-ze, eur foul vraz en em zastumaz eno, hag a oe souezet braz o veza ma kleve pep hini anezhe o komz he langach he-unan. (7) Hag e oant holl er meaz anezhe ho-unan, hag en admiration, hag e lavarent an eil d’egile : An dud-se a zo o komz, ha n’int-hi ket holl Galileed ? (8) Penaos eta e c’hoarvez ma klev pep hini ac’hanomp anezhe e langach ar vro ma’z omp ganet ? (9) Parthed, Meded, Elamited, hag ar re a choum er Mesopotami, er Jude, er C’hapadosi, er Pont hag en Azi, er Phryji, (10) er Pamphyli, en Ejypt, er c’harteriou euz al Libi a zo tost da Cyren, hag estranjourien euz a Rom, (11) Judevien ha Prozelited, Creted hag Arabed, ho c’hlevet a reomp o lavaret en hon langachou an oberou braz a Zoue. (12) Holl eta e oant souezet, ha na ouient petra da zonjal, o lavaret an eil d’egile : Petra a zinifi an dra-man ? (13) Mes re all, oc’h ober goab, a lavare : Leun int a win dous.
(14) Mes Per, ouz en em brezanti gant an unnec, a zavaz he vouez, hag a lavaraz dezhe : Tud Judevien, ha c’houi holl pere a zo o choum en Jerusalem, anavezit kement-man, ha selaouit gant evez va c’homzou : (15) Rag ar re-man n’int ket mezo, evel ma sonjit, rag n’ema c’hoas nemed an deirved heur euz an deiz. (16) Mes kement-man eo ar pez a zo bet lavaret araog dre ar profet Joel : (17) En deiziou diveza, eme Doue, e c’hoarvezo ma skullin euz va Spered var bep kig, ho mipien hag ho merc’hed a brofetizo ; ho tud yaouank a velo visionou, hag ho tud koz ho devezo huvreou. (18) Ia, en deiziou-ze e skullin euz va Spered var va zervicherien ha var va zervicherezed, hag e profetizint ; (19) hag e rin burzudou d’an neac’h en env, ha siniou d’an traon var an douar, goad, tan ha goabrennou moged ; (20) an heol a vezo troet e tevalijen, hag al loar en goad, abarz ma teui devez braz ha glorius an an Aotrou ; (21) hag e c’hoarvezo ma vezo salvet piou-benag a c’halvo hano an Aotrou.
(22) Tud a Israel, klevit ar c’homzou-man : Jesus a Nazaret, an den-ze da behini hen deuz Doue rentet testeni en ho touez dre an oberou a c’halloud, ar burzudou hag ar miraclou hen deuz great Doue dreizhan en ho touez, evel ma ouzoc’h hoc’h-unan ; (23) ar Jesus-se, livret dre ar volontez ferm a Zoue hag hervez he anaoudegez euz ar pez a dlie c’hoarvezout, croget hoc’h euz enhan, ha goude beza hen staget ouz ar groaz dre zaouarn an dud fall, hoc’h euz lakeat anezhan d’ar maro. (24) Mes Doue hen deuz resussitet anezhan, o veza torret liammou ar maro, rag ne oa ket possubl d’ar maro he zerc’hel. (25) Rag David a lavar divar he ben : Gwelet a rean bepred an Aotrou dirazoun, rag en tu deo d’in ema, evit na vezin ket diskaret. (26) Dre-ze eo en em rejouisset va c’halon, hag hen deuz va zeod diskouezet he joa, ha va c’hig ive a reposo en esperans ; (27) rag na lezi ket va ene e-touez ar re varo, ha na bermeti ket e teufe da Zant da velet ar vreinadurez. (28) Roet ec’h euz d’in da anaoud hent ar vuez ; va leunia a ri a joa dirag da faç.
(29) Tud breudeur, permetet eo d’in lavaret deoc’h gant frankiz divarben ar patriarch David, penaos ez eo maro, hag eo bet sebeliet, hag ema c’hoas hirio he vez en hon touez. (30) Mes o veza ma oa profet, hag o c’houzoud hen doa Doue prometet dezhan gant le e lakje ar C’hrist da c’henel euz he lignez hervez ar c’hig, evit hen lakaad da azeza var he dron ; (31) dre ma vele kement-se araog, e lavaraz divarben resurrection ar C’hrist, ne vije ket lezet he ene e-touez ar re varo, ha na velje ket he gig ar vreinadurez. (32) Doue hen deuz resussitet ar Jesus-se ; holl ez omp testou a gement-se. (33) Savet breman en tu deo da Zoue, hag o veza recevet digant an Tad ar bromessa euz ar Spered-Santel, hen deuz skulliet ar pez a velit hag a glevit breman. (34) Rag David n’eo ket pignet en env, mes hen he-unan a lavar : An Aotrou hen deuz lavaret d’am Aotrou : Azez a-zeo d’in, (35) ken am bezo lakeat da inimied da scabel dindan da dreid.
(36) Ra ouezo eta holl di Israel a-dra-zur, penaos hen deuz Doue great Aotrou ha Christ ar Jesus-se pehini hoc’h euz crucifiet.
(37) Pa glevjont kement-se e oent glac’haret en ho c’halonou, hag e leverjont da Ber ha d’an ebestel all : Tud breudeur, petra a raimp-ni ?
(38) Ha Per a lavaraz dezhe : En em gonvertissit, ha ra vezo badezet pep hini ac’hanoc’h en hano Jesus-Christ, evit remission he bec’hejou ; hag e recevot donezon ar Spered-Santel. (39) Rag ar bromessa a zo bet great deoc’h ha d’ho pugale, ha d’ar re holl a-ziabell, kement hag a vezo galvet gant an Aotrou hon Doue. (40) Ha dre galz a gomzou all e pede stard hag ec’h exhorte anezhe, en eur lavaret : En em zaveteit diouc’h ar wenn fall-ze.
(41) Ar re eta a recevaz he c’her a galon vad, a oe badezet ; hag en devez-se e oe lakeat var-dro tri mil ene e niver an diskibien.
(42) Hogen, kenderc’hel a rent e doctrin an ebestel, a-unan etrezhe, o terri ar bara assambles hag o pedi. (43) Hag e teuaz doujans d’an holl, ha kalz a vurzudou hag a viraclou a oa great gant an ebestel. (44) Hogen, ar re a grede a oa holl assambles er memeus leac’h, ha pep tra a oa commun etrezhe ; (45) gwerza a rent ho zraou hag ho madou, hag e tistribuent anezhe d’an holl, hervez an ezom hen doa pep hini. (46) Ha bemdez e oant aketus assambles en templ ; hag o terri ar bara en ho ziez, e kemerent ho boued gant levenez ha gant eünder a galon ; (47) o veuli Doue, hag o veza agreabl d’ar bobl holl ; hag an Aotrou a greske bemdez an Iliz gant tud hag a oa salvet.
ER ha Ian a oa o sevel assambles d’an templ da heur ar beden, da lavaret eo, an naoved heur. (2) Ha bez’ e oa eun den kam abaoe ma oa ganet, hag a vije digasset, ha lakeat bemdez e-tal dor an templ, galvet an nor Gaer, da c’houlen an aluzen digant ar re a antree en templ. (3) Heman, pa velaz Per ha Ian o vond da antren en templ, a c’houlennaz an aluzen diganthe. (4) Mes Per, en eur sellet piz outhan, assambles gant Ian, a lavaraz dezhan : Sell ouzomp. (5) Hag hen a zelle gant evez outhe, oc’h esperout kaoud eun dra-benag diganthe. (6) Neuze Per a lavaraz dezhan : Me n’em euz nag arc’hant nag aour ; mes ar pez em euz, a roan d’id ; en hano Jesus a Nazaret, sav ha bale. (7) Hag o veza croget en he zorn deo, e savaz anezhan ; ha rag-tal pal he dreid hag he zaou-ufern a zeuaz da veza krenv ; (8) hag en eur ober eul lam, e savaz en he za, hag e valeaz, hag ez eaz en templ ganthe, en eur vale, en eur lampad hag en eur veuli Doue. (9) Hag ar bobl holl a velaz anezhan o vale hag o veuli Doue. (10) Hag ec’h anavezjont e oa hennes an hini a oa azezet ouz dor Gaer an templ o c’houlen an aluzen ; hag e oent souezet braz ha karget a admiration gant ar pez a oa c’hoarvezet ganthan.
(11) Hag o veza ma ne deue ket an den kam, a oa bet pareet, da guitaad Per ha Ian, ar bobl holl souezet braz a ziredaz d’ho c’havoud er porchet a c’halveur porchet Salomon.
(12) Mes Per, o velet kement-se, a lavaraz d’ar bobl : Tud a Israel, perag oc’h-hu souezet euz a gement-man ? pe perag ema ho taou-lagad batet varnomp-ni, evel pa vez dre hon galloud hon-unan, pe dre hor zantelez hor bije roet da heman ar bale ? (13) Doue Abraham, Isaac ha Jacob, Doue hon tadou hen deuz glorifiet he Vab Jesus, pehini hoc’h euz livret ha nac’het dirag Pilat, petra-benag ma hen doa he-man barnet ma tlie beza lezet da vond en he liberte. (14) Mes c’houi hoc’h euz nac’het ar Zant hag ar Just, hag hoc’h euz goulennet ma vije roet deoc’h eur muntrer ; (15) hag hoc’h euz lakeat d’ar maro Prins ar vuez, a zo bet resussitet gant Doue euz a-douez ar re varo : ni a zo testou euz a gement-se. (16) Dre ar feiz en he bano eo, hen deuz he hano krenveet an den-man a velit hag a anavezit ; hag ar feiz enhan eo, hen deuz roet d’an den-man ar iec’hed parfet-se dirazoc’h holl. (17) Ha breman, breudeur, gouzoud a ran penaos hoc’h euz great kement-se dre ignorans, kerkouls hag ho chefou. (18) Mes evel-se eo hen deuz Doue accomplisset ar pez hen doa lavaret dre c’henou he holl brofeted, e tlie ar C’hrist soufr. (19) Rag-se eta bezit keuz ha distroit, evit ma vezo effaset ho pec’hejou, evit ma teuio amzeriou a freskadurez a-berz an Aotrou, (20) ha ma tigasso deoc’h an hini a zo bet annonset deoc’h araog, ar C’hrist Jesus, (21) hag a dle beza digemeret en env beteg an amzeriou ma vezo retablisset an holl draou, euz a bere hen deuz komzet Doue dre c’henou he holl brofeted santel, abaoe pell amzer. (22) Rag Moises hen deuz lavaret d’hon tadou : An Aotrou ho Toue a zavo deoc’h, euz a-douez ho preudeur, eur profet eveld’oun ; selaouit anezhan e kement a lavaro deoc’h. (23) Ha piou-benag na zelaouo ket ar profet-se, a vezo distrujet a-grenn euz a-douez ar bobl. (24) An holl brofeted ho deuz komzet adaleg Samuel, hag ar re a zo deuet var he lerc’h, ho deuz annonset ive an deiziou-man. (25) C’houi a zo bugale ar brofeted, hag euz an allians hen deuz great Doue gant hon tadou, en eur lavaret da Abraham : An holl famillou euz an douar a vezo benniget en da lignezte. (26) Evidoc’h-hu da genta eo hen deuz Doue, o veza savet he Vab Jesus, hen digasset evit ho penniga, en eur denna pep hini achanoc’h euz he fallentez.
ES evel ma oa Per ha Ian o komz ouz ar bobl, ar veleien, cabiten an templ hag ar Sadduseed a zeuaz etrezeg enhe, (2) o veza gwall nec’het, abalamour ma teskent ar bobl, ha ma c’hannonsent resurrection ar re varo en Jesus. (3) Hag e crogjont enhe, hag ho zaoljont er prizon beteg an deiz varlerc’h, rag divezad e oa dija. (4) Mes kalz euz ar re ho doa klevet ar ger, a gredaz, hag an niver euz ar oazed a oe var-dro pemp mil.
(5) Mes an deiz varlerc’h, e c’hoarvezaz ma en em assamblaz en Jerusalem chefou ar bobl, ar re Ancien hag ar Scribed, (6) gant Anna, ar beleg-braz, Caïphas, Ian, Alexandr ha kement hini a oa euz a raç ar veleien ; (7) hag o veza lakeat an ebestel da zond en ho c’hreiz, e lavarjont dezhe : Dre be seurt galloud, hag en hano piou hoc’h euz-hu great kement-man ? (8) Neuze Per, leun euz ar Spered-Santel, a lavaraz dezhe : Renerien ar bobl, ha re Ancien a Israel, (9) pa c’houlenner rezon diganeomp hirio evit beza great vad da eun den mac’hagnet, ha ma c’houlenner gant piou ez eo bet pareet ; (10) gouezit eta, c’houi holl, hag holl bobl Israel, penaos eo dre hano Jesus-Christ a Nazaret, pehini hoc’h euz crucifiet, hag a zo bet savet gant Doue a-douez ar re varo ; dre hennes eo en em ziskouez an den-man iac’h dirazoc’h. (11) Ar Jesus-se eo ar mean hoc’h euz taolet kuit, pa edoc’h o vatissa, hag a zo deuet da veza ar mean kenta euz ar c’horn. (12) Ha n’euz ket a zilvidigez en hini all e-bed ; rag n’euz hano all e-bed dindan an env a vez bet roet d’an dud, dre behini ec’h haljemp beza salvet.
(13) Pa veljont hardiegez Per ha Ian, hag o c’houzoud e oant tud heb diskamant, tud a-douez ar bobl, e oant souezet, hag ec’h anavezent e oa bet ar re-ze gant Jesus. (14) Hag o velet eno, assambles ganthe, an den a oa bet pareet, ne gavent netra da lavaret a-enep. (15) Neuze, goude beza gourc’hemenet dezhe mond er meaz euz al Lez-varn, e cuzuljont etrezhe, (16) en eur lavaret : Petra a raimp-ni d’an dud-ze ? rag an holl en Jerusalem a anavez mad, ho deuz great eur miracl en gwirionez, ha ne hellomp ket hen nac’h, (17) Mes evit na vezo ket an dra-ze brudet pelloc’h e-touez ar bobl, difennomp outhe, ouz ho gourdrouz stard, komz mui da zen e-bed en hano-ze. (18) Hag o veza galvet anezhe, e tifenjont stard outhe komz, na kelen e doare e-bed en hano Jesus. (19) Mes Per ha Ian a respontaz dezhe : Barnit hoc’h unan mar d’eo just dirag Doue, senti ouzoc’h kentoc’h eged ouz Doue ? (20) Rag evidomp-ni, na hellomp ket miret da gomz euz an traou hon euz gwelet ha klevet. (21) Goude beza ho gourdrouzet stard, e laoskjont eta anezhe da vond kuit, dre na gavent tu e-bed d’ho funissa, abalamour d’ar bobl ; rag an holl a c’hlorifie Doue euz ar pez a oa erruet. (22) Rag an den a oa bet pareet dre ar miracl-ze, hen doa tremen daou-ugent vloaz.
(23) Goude ma oent bet leusket, e teujont etrezeg ho breudeur, hag e tisclerjont dezhe kement a oa bet lavaret dezhe gant prinsed ar veleien hag ar re Ancien. (24) Ar re-man, pa glevjont kement-se, a zavaz ho mouez assambles etrezeg Doue, hag a lavaraz : Aotrou, te eo an Doue hen deuz great an env, an douar, hag ar mor, hag an holl draou a zo enhe ; (25) hag ec’h euz lavaret dre c’henou David da zervicher : Perag ema an nationou drouk-contant, ha perag ho deuz ar boblou lakeat en ho fen sonjezonou ven ? (26) Rouane an douar a zo en em zavet, hag ar brinsed a zo en em dastumet assambles a-enep an Aotrou, hag a-enep he Grist. (27) Rag Herodes ha Pons-Pilat, gant ar Jentiled hag ar bobl a Israel, a zo en em assamblet a-enep da Vab santel Jesus, pehini ec’h euz eoliet, (28) evit ober kement tra ho doa da zorn ha da volontez decidet a vije great. (29) Ha breman, Aotrou, sell ouz ho gourdrouzou, ha gra ma teui da zervicherien da annons da c’her gant peb hardiegez ; (30) en eur astenn da zorn, evit ma vezo pareet ar re glanv, ha great miraclou ha burzudou dre hano da Vab santel Jesus.
(31) Pa ho doe pedet, al leac’h en pehini e oant assambles a grenaz ; hag e oent holl leuniet euz ar Spered-Santel, hag ec’h annonsent Ger Doue gant hardiegez.
(32) Hogen, an niver braz euz ar re ho doa credet ne oant holl nemed eur galon hag eun ene ; hag hini anezhe na lavare e oa dezban tam e-bed euz ar madou hen doa ; mes pep tra a oa commun etrezhe. (33) Hag an ebestel a roe testeni, gant kalz a nerz, euz a resurrection an Aotrou Jesus ; ha bez’ e oa eur c’hras vraz varnezhe holl. (34) Rag ne oa den ezomec e-bed en ho zouez ; rag kement hini hen doa douarou pe tiez, a verze anezhe, hag a zigasse ar priz euz ar pez hen doa gwerzet. (35) Lakaad a reant an arc’hant e c’harz treid an ebestel ; hag e vije lodennet da bep hini diouz an ezom hen doa.
(36) Evel-se Joses, les-hanvet Barnabas gant an ebestel, da lavaret eo, mab a gonsolation, eul Levit, ginnidic euz a Cipra, (37) hag hen doa eur park, a verzaz anezhan, hag a zigassaz an arc’hant, hag hen lekeaz e c’harz treid an ebestel.
OGEN, eun den, hanvet Ananias, gant he vreg Saphira, a verzaz douarou ; (2) hag a viraz lod euz ar priz, a-unan gant he vreg, hag e tigassaz ar rest, hag hen lekeaz e c’harz treid an ebestel. (3) Mes Per a lavaraz dezhan : Ananias, perag hen deuz Satan leuniet da galon, ken ec’h euz lavaret gaou d’ar Spered-Santel, ha miret eul loden euz priz an douar ? (4) Ma’z pije miret anezhan, daoust ha ne oa ket d’id ? ha pa ez poa hen gwerzet, daoust hag ar priz ne oa ket en da c’halloud ? Penaos ec’h euz-te sonjet en da galon ober ar pez ec’h euz great ? N’e ket d’an dud ec’h euz lavaret gaou, mes da Zoue. (5) Ananias, o veza klevet ar c’homzou-ze, a gwezaz, hag a varvaz kerkent ; kement-se a reaz eur spount vraz d’ar re holl a glevaz komz euz a gement-man. (6) Hag an dud yaouank a zavaz, hag o veza kemeret anezhan ha kasset anezhan ganthe, hen lakjont en douar.
(7) Var-dro teir heur goude, he vreg, hep gouzoud ar pez a oa c’hoarvezet, a antreaz. (8) Ha Per, o komz, a lavaraz dezhi : Lavar d’in, kement ha kement eo hoc’h euz-hu gwerzet an douar ? Hag hi a lavaraz : Ia, kement-se eo. (9) Neuze Per a lavaraz dezhi : Perag oc’h-hu en em glevet etrezoc’h evit tenti Spered an Aotrou ? Setu e-tal an nor ar re ho deuz lakeat da bried en douar, ha te ive a gassint ganthe. (10) Ha rag-tal e kwezaz d’he dreid, hag e varvaz. Hag an dud yaouank, o veza antreet, he c’havaz maro, hag o veza he douget er meaz, e lakjont anezhi en douar e-kichen he fried. (11) Kement-ze a lakeaz eur spount vraz var an Iliz holl, ha var gement hini a glevaz kement-se.
(12) Hogen kalz a viraclou hag a vurzudou a oe great, dre zaouarn an ebestel, e-touez ar bobl ; hag e oant holl a-unan e porched Salomon. (13) Hag hini euz ar re-all na grede en em lakaad assambles ganthe, mes ar bobl a veule kalz anezhe. (14) Ouz-pen-ze, eun niver braz a oazed hag a verc’hed, euz ar re a grede en Aotrou, a oe lakeat a-gresk en Iliz ; (15) en hevelep doare ma vije douget ar re glanv er ruiou, ha ma vijent lakeat var gweleou ha var golc’hejou, evit pa dremenje Per, ma teuje da vihana he skeud da c’holo unan-benag anezhe. (16) Dond a rea ive da Jerusalem eur bobl vraz euz ar c’heariou divar-dro ; hag e tigassent an dud klanv, hag ar re a oa tourmantet gant sperejou impur, hag e oant holl pareet.
(17) Neuze,ar beleg-braz hag ar re holl a oa ganthan, da lavaret eo, sect ar Saduseed, a zavaz, leun a jalouzi. (18) Hag o cregi en ebestel, e lekejont anezhe er prizon public. (19) Mes eun eal a-berz an Aotrou a zigoraz, e-pad an noz, dorojou ar prizon, ho lakeaz er meaz, hag a lavaraz dezhe : (20) It, hag o choum ebarz an templ, prezegit d’ar bobl an holl gomzou euz ar vuez-man. (21) O veza klevet kement-se, ec’h antrejont, da c’houlou-deiz, ebarz an templ, hag eno e kelennent. Mes ar beleg-braz hag ar re a oa ganthan o veza deuet, e c’halvjont assambles ar Sanhedrin hag holl Conseil ar re Ancien euz a vugale Israel ; hag e kasjont tud d’ar prizon da gerc’hat an ebestel. (22) Mes pa zeuaz ar serjanted, n’ho c’havjont ket er prizon ; distrei a rejont eta, hag e tisclerjont kement-se, (23) en eur lavaret : Kavet hon euz ar prizon serret mad hag ar gwarded dirag an norojou en ho za ; mes pa hon euz digoret, n’hon euz kavet den ebarz.
(24) Pa ho doe ar beleg-braz, cabiten an templ, ha prinsed ar veleien, klevet kement-se, ne ouient petra da zonjal divarben an ebestel, na petra a c’hoarvezje var gement-se. (25) Mes unan-benag a zeuaz, hag a lavaraz dezhe : An dud-se ho poa lakeat er prizon, setu emaint en templ, o kelen ar bobl. (26) Neuze ar c’habiten a ieaz gant ar serjanted, hag a zigassaz anezhe hep ho forci re-holl ; rag aoun ho doa rag beza meinet gant ar bobl. (27) Pa ho doe ho digasset, e lekejont anezhe dirag ar Sanhedrin. Hag ar beleg-braz a c’houlennaz diganthe evel-hen : (28) Ha n’hon euz-ni ket difennet stard ouzoc’h prezeg en hano-ze ? Ha setu hoc’h euz leuniet Jerusalem gant ho toctrin, hag e fell deoc’h lakaad goad an den-ze da gweza varnomp.
(29) Mes Per hag an ebestel all a respontaz : Red eo senti ouz Doue kentoc’h eged ouz an dud. (30) Doue hon tadou hen deuz resussitet Jesus, pehini hoc’h euz lakeat d’ar maro, en eur staga anezhan ouz ar groaz. (31) Doue hen deuz savet anezhan en tu-deo dezhan, evel ar Prins hag ar Zalver, evit rei da Israel ar gonversion hag ar remission euz ar pec’hejou. (32) Ha ni a zo testou dezhan euz an traou-man, kerkoulz hag ar Spered-Santel, pehini a zo bet roet gant Doue d’ar re a zent outhan.
(33) O klevet kement-se, e skrignent ho dent, hag en em guzulent evit ho lakaad d’ar maro. (34) Mes eur Farizian, hanvet Gamaliel, eun doctor euz al lezen, henoret gant an holl bobl, a zavaz er Sanhedrin, hag a c’hourc’hemenaz lakaad an ebestel er meaz, evit eur pennadic. (35) Hag e lavaraz dezhe : Tud a Israel, likit evez mad petra hoc’h euz da ober e-kenver an dud-ze. (36) Rag, n’euz ket pell e savaz Theudas, en eur lavaret e oa eun dra-benag ; var-dro pevar-c’hant den en em lakeaz a-du ganthan ; mes hennes a oe lazet, hag ar re holl ho doa credet anezhan a oe dispartiet ha kasset da netra. (37) Goude hennes, en amzer ma oat o sevel an niver euz ar bobl, e savaz Judas, ar C’halilead, pehini a dennaz kalz a bobl var he lerc’h ; mes he-man ive a oe lazet, hag ar re holl ho doa credet anezhan a oe dispartiet. (38) Breman eta e lavaran deoc’h : Ne glaskit ken affer ouz an dud-se, mes laoskit anezhe da vale ; rag mar d’eo euz an dud e teu ar pez a glaskont, pe ar pez a reont, kasset e vezo da netra ; (39) mes mar deu kement-se euz a Zoue, na hellit ket hen diskar ; ha diwallit ne vez kavet e vec’h bet oc’h ober brezel da Zoue.
(40) Hag e oent euz he ali, ha goude beza galvet an ebestel, ha beza lakeat ho skourjeza, e tifenjont outhe komz en hano Jesus ; hag e loaskjont anezhe. (41) Ar re-man eta a ieaz kuit a-zirag ar Sanhedrin, leun a joa abalamour ma oant bet kavet dign da zoufr dismegans evit an hano a Jesus. (42) Ha na ehanent ket bemdez da gelen ha da brezeg Jesus-Christ, ebarz an templ hag euz an eil ti d’egile.
N amzer-ze, evel ma creske an niver euz an diskibien, e savaz trouz e-touez ar Greked a-enep an Hebreed, abalamour ma tremenet heb rei gant aked ho lod d’ho intanvezed er pe a vije distribuet bemdez. (2) Rag-se an daouzec abostol a c’halvaz assambles ar foul euz an diskibien, hag a lavaraz dezhe : N’e ket deread deomp leuskel a-gostez ger Doue, evit servicha ouz an taoliou. (3) Choazit eta, breudeur, seiz den en ho touez, tud a vrud-vad, leun euz ar Spered-Santel hag a furnez, evit ma lakaimp anezhe er garg-se. (4) Evidomp-ni a gendalc’ho d’en em rei d’ar beden ha da zervich ar ger.
(5) Ar c’homzou-ze a blijaz d’an holl assamble ; hag e choazjont Stefan, den leun a feiz hag euz ar Spered-Santel, ha Philip, ha Procor, ha Nicanor, ha Timon, ha Parmenas ha Nicolas, eur prozelit euz a Antiokia ; (6) hag ho frezantjont d’an ebestel, pere, goude beza pedet, a astennaz varnezhe ho daouarn.
(7) Ha ger Doue a rede, hag an niver euz an diskibien a greske kalz en Jerusalem. Hag eun niver braz euz ar veleien a zente ouz ar feiz.
(8) Hogen, Stefan, leun a feiz. hag a nerz, a rea burzudou ha miraclou braz e-touez ar bobl. (9) Mes darn euz ar sinagog a hanver sinagog an dud liberet, hag euz a hini ar Cyreneed hag an Alezandrined, ha tud euz a Cilicia ha bro an Azi, a zavaz da zisput a-enep Stefan. (10) Ha na hellent ket herzel ouz ar furnez hag ar Spered dre behini e komze. (11) Neuze e c’hounezjont tud da lavaret : Ni hon euz klevet anezhan o lavaret gwall-gomzou a-enep Moises hag a-enep Doue. (12) Lakaad a rejont eta ar bobl, hag ar re Ancien, hag ar Scribed da zevel ; hag oc’h en em deurel varnezhan, e crogjont enhan, hag e kasjont anezhan ganthe d’ar Sanhedrin ; (13) hag e lekejont testou faoz, pere a lavare : An den-man na baouez da lavaret komzou a vlasphem a-enep al leac’h santel-man hag a-enep al lezen. (14) Rag klevet hon euz anezhan o lavaret penaos Jesus, an Nazaread-se, a zistrujo al leac’h-man, hag a chencho an ordrenansou roet deomp gant Moises. (15) Hag evel m’ho doa ar re holl a oa azezet er Sanhedrin ho daoulagad batet varnezhan, e veljont he visach henvel ouz bisach eun eal.
EUZE ar beleg-braz a lavaraz da Stefan : Hag evel-se eo ema an traou-ze ?
(2) Ha Stefan a lavaraz : Tud breudeur ha tadou, selaouit. An Doue a c’hloar en em ziskouezaz d’hon tad Abraham, pa edo er Mezopotami, araog ma teuaz da choum en Carran ; (3) hag e lavaraz dezhan : Kea er meaz euz da vro hag euz da gerentiach, ha deuz d’ar vro a ziskouezin d’id. (4) Neuze e sortiaz euz a vro ar C’haldeed, hag e teuaz da choum en Carran. Ac’hane, goude ma oe maro he dad, Doue a reaz dezhan dond d’ar vro-man en pehini e choumit breman, (5) ha ne roaz dezhan heritach e-bed enhi, nann zo-ken eun troatad douar ; mes prometi a reaz rei dezhan ar vro-ze, ha d’he lignez var he lerc’h, petra-benag n’hen doa bugel e-bed. (6) Ha Doue a gomzaz evel-hen : Da lignez a ielo da choum en eur vro estranjour, e-pad pevar c’hant vloaz ; hag e vezo rentet en esclavach, ha gwall-dretet. (7) Mes me, eme an Aotrou, a varno ar bobl dindan behini e vezint bet esclaved, ha goude-ze e teuint er meaz, hag e servichint ac’hanoun el leac’h-man. (8) Neuze e roaz dezhan an allians euz ar circoncision ; hag evel-se hen doe Abraham eur mab, Isaac, hag e circoncisaz anezhan an eizved devez, hag Isaac hen doe Jacob, ha Jacob an daouzec patriarch. (9) Hag ar patriarched, dre anvi ouz Josef a verzaz anezhan evit mond d’an Ejypt ; mes Doue a oe ganthan. (10) Hen delivra a reaz euz he holl afflictionou, hag e roaz dezhan gras ha furnez dirag Pharaon, roue an Ejypt, pehini hen lekeaz da c’houarner var an Ejypt ha var he di holl. (11) Neuze e c’hoarvezaz eur gernez vraz en holl vro an Ejypt, hag en Canaan, hag eur vizer vraz, en hevelep doare ne gave ket hon tadou a vevans. (12) Mes Jacob, o veza klevet e oa ed en Ejypt, a gassaz di hon tadou, eur vech kenta. (13) Ha d’an eil gwech, e oe anavezet Josef gant he vreudeur, ha Pharaon a zeuaz da anaoud famil Josef. (14) Neuze Josef a lakaz kerc’hat Jacob he dad, hag he holl gerent, a oa anezhe pemzec den ha tri-ugent. (15) Jacob eta a ziskennaz en Ejrpt, hag e varvaz eno, hag hon tadou ive, (16) hag e oent digasset da Sichem, ha lakeat er bez a oa bet prenet gant Abraham, a briz arc’hant, digant mipien Hemor, tad Sichem. (17) Mes, evel ma tostae an amzer euz ar bromessa, hen doa great Doue gant le da Abraham, ar bobl a greskaz hag a zavaz stank en Ejypt, (18) bete ma teuaz en Ejypt eur roue all, ha n’hen doa ket anavezet Josef. (19) Ar roue-ze, o c’hoari dre finessa a-enep hon tud, a walldretaz hon tadou, beteg ober dezhe teurel er meaz ho bugale vihan, evit harz ne vijent dalc’het en buez. (20) En amzer-ze eo e c’hanaz Moises, a oa eur bugel kaer meurbed dirag Doue hag a oe maget e-pad tri miz en ti he dad. (21) Goude-ze, pa oe bet dilezet, merc’h Pharaon a gemeraz anezhan, hag a reaz hen sevel evel he mab he-unan. (22) Ha Moises a oe desket en holl skianchou an Ejyptianed ; hag e oa galloudec e komzou hag en oberou. (23) Mes, pa oe deuet d’an oad a zaou-ugent vloaz, e teuaz en he galon mond da velet he vreudeur, bugale Israel. (24) Hag o velet gwall-dreti unan anezhe heb rezon, e tifennaz anezhan, hag e venjaz an hini a oa gwasket, en eur laza an Ejyptian. (25) Hogen, credi a rea e teuje he vreudeur da gompren e tigasse Doue dezhe an delivrans dre he zorn ; mes ne gomprenjont ket kement-se. (26) An deiz var-lerc’h, en em ziskouezaz dezhe pa oant oc’h en em ganna, hag ec’h aliaz anezhe da veva en peoc’h, en eur lavaret : Tud, breudeur oc’h ; perag en em wall-dretit an eil egile ? (27) Mes an hini a wall-drete he nessa, a voutaz anezhan, en eur lavaret : Piou hen deuz lakeat ac’hanoud da vestr ha da varner varnomp-ni ? (28) Ha c’hoant ec’h euz d’am laza, evel ma c’heuz lazet deac’h an Ejyptian ? (29) Var ar gomz-ze, Moises a dec’haz kuit, hag a choumaz evel estranjour en douar Madian, hag eno hen doe daou vab. (30) Daou-ugent vloaz goude-ze, eal an Aotrou en em ziskouezaz dezhan en dezert menez Sina, e-kreiz ar flammou-tan euz eur voden spern o tevi. (31) Pa velaz Moises kement-man, e oe souezet gant ar pez a vele ; hag evel ma tostae evit he c’honsideri, mouez an Aotrou a gomzaz outhan, en eur lavaret : (32) Me eo Doue da dadou, Doue Abraham, Doue Isaac, ha Doue Jacob. Ha Moises a grene, ha na grede ket sellet. (33) Neuze an Aotrou a lavaraz dezhan : Tenn da voutou euz da dreid ; rag al leac’h e pehini emoud a zo douar santel. (34) Gwelet ha consideret em euz affliction va fobl a zo en Ejypt, hag em euz klevet ho c’hlemmou, hag ez oun diskennet evit ho delivra. Deuz eta breman, hag e kassin ac’hanoud en Ejypt. (35) Ar Moises-ze pehini ho doa taolet kuit diouthe, en eur lavaret : Piou hen deuz da lakeat da vestr ha da varner ? hennes eo a oe kasset gant Doue da rener ha da liberatour, dre zorn an eal a oa en emziskouezet dezhan er voden-spern. (36) Hennes eo an hini ho zennaz er meaz, en eur ober burzudou ha miraclou en douar an Ejypt, er mor Ruz, hag en dezert, e-pad daou-ugent vloaz. (37) Ar Moises-ze eo an hini a lavaraz da vugale Israel : An Aotrou ho Toue a zavo deoc’h eur profet euz a-douez ho preudeur, henvel ouzin ; selaouit anezhan. (38) Hennes eo an hini, pa oa assamblet ar bobl en dezert, a oa o komz gant an eal var menez Sina, ha gant hon tadou, hag a recevaz komzou a vuez evit ho rei deomp. (39) Hon tadou ne fellaz ket dezhe senti outhan, mes hen teurel a rejont diouthe, hag e tistrojont en ho c’halon d’an Ejypt, (40) en eur lavaret da Aaron : Gra deomp doueou hag a gerzo en hon raog ; rag evit ar Moises-ze pehini hen deuz hon tennet euz a zouar an Ejypt, na ouzomp ket petra eo deuet da veza. (41) Hag e rejont eul leue en deiziou-ze, hag ec’h offrjont sacrifisou d’an idol, hag e oent karget a joa euz al labouriou great gant ho daouarn ho-unan. (42) Mes Doue a droaz divarnezhe, hag ho lezaz da zervicha arme an env, evel ma’z eo scrivet e levr ar brofeted : O ti Israel, ha d’in-me eo hoc’h euz offret loened lazet ha sacrifisou e-pad daou-ugent vloaz en dezert ? (43) Douget hoc’h euz tanten Moloch, ha stereden ho toue Remphan, poltrejou hag hoc’h euz great evit ho adori ; evit se e kassin ac’hanoc’h en tu all da Vabylon. (44) Tanten an desteni a zo bet gant hon tadou en dezert, evel m’hen doa gourc’hemenet an hini hen doa lavaret da Voises hen ober hervez ar model hen doa gwelet. (45) Hag hon tadou, o veza he recevet, a zougaz anezhan, renet gant Josue, er vro a oa d’an nationou a oe chasseet gant Doue dirag hon tadou, bete deiziou David, (46) pehini a gavaz gras dirag Doue, hag a c’houlennaz diganthan ma c’helje sevel eun ti da Zoue Jacob. (47) Mes Salomon eo a zavaz eun templ dezhan. (48) Koulskoude an Doue Holl-C’halloudec na choum ket en templou great gant daouarn an dud, evel ma lavar ar profet : (49) An env eo va zron, hag an douar scabel va zreid. Pe seurt ti a zavfot d’in-me, eme an Aotrou, hag en pe leac’h e vezo ar plas ma reposin ? (50) Daoust ha n’eo ket va dorn hen deuz great an holl draou-ze ? (51) Tud a c’houzoug reut, dicirconcis a galon hag a ziou-skouarn, stourm a rit bepred ouz ar Spered-Santel ; henvel oc’h ive ouz ho tadou. (52) Piou eo ar profet ha n’eo ket bet persecutet gant ho tadou ? Lazet ho deuz ar re ho doa annonset donedigez ar Just-se, pehini a zo bet livret breman ganeoc’h, hag euz a behini ez oc’h bet ar vuntrerien ; (53) c’houi pere hoc’h euz recevet al lezen dre zaouarn an elez, ha n’hoc’h euz ket miret anezhi....
(54) O klevet ar c’homzou-ze, e oent transportet gant an arach en ho c’halon, hag e skrignent ho dent ouz Stefan. (55) Mes he-man, leun euz ar Spered-Santel, hag o sellet stard var-zu an env, a velaz gloar Doue, ha Jesus en he za en tu deo da Zoue ; (56) hag e lavaraz : Setu, e velan an envou digor, ha Mab an den en he za en tu deo da Zoue. (57) Neuze a crijont a-bouez pen, hag e stouvjont ho diou-skouarn, hag en em daoljont holl assambles varnezhan ; (58) hag o skleja anezhan er meaz a gear, hen lazjont a daoliou mein. Hag an testou a lekeaz ho dillad e c’harz treid eun den yaouank hanvet Saul. (59) Hag e-pad ma oant o veina Stefan, hen a bede hag a lavare : Aotrou Jesus, receo va spered. (60) Hag o veza en em lakeat var he zaoulin, e criaz gant eur vouez krenv : Aotrou, na laka ket ar pec’hed-man varnezhe. Ha pa hen doe lavaret kement-se, e choumaz kousket.
OGEN, Saul hen doa consantet d’he varo. Hag an deiz-ze e c’hoarvezaz eur bersecution vraz a-enep Iliz Jerusalem ; hag e oent holl disperset, nemed an ebestel, dre vroiou ar Jude hag ar Samari.
(2) Ha tud a zoujans Doue a sebeliaz Stefan, hag a reaz eur c’haon braz dezhan. (3) Ha Saul a wall-gasse an Iliz, oc’h antren en tiez ; hag o treina dre fors ar oazed hag ar gragez, e stlape anezhe er prizon.
(4) Ar re a oa bet disperset, a iea eta euz an eil plas d’egile, an eur annons ar c’helou mad euz ar Ger.
(5) Hogen, Philip o veza diskennet en eur gear euz ar Samari, a brezegaz eno ar C’hrist.
(6) Hag ar bobl, holl a-unan, a rea evez ouz an traou a lavare Philip, o klevet, hag o velet ar burzudou a rea. (7) Rag ar sperejou ïmpur a ïea, en eur grial krenv, er meaz euz a veur a hini hag a oa dalc’het ganthe ; ha kalz a dud paralitic hag a re gam a oe iac’heet. (8) Kement-man a lakeaz eur joa vraz er gear-ze. (9) Hogen, beza e oa diagent, er gear-ze, eun den hanvet Simon, oc’h ober sorserach, hag a douelle ar bobl euz a Samari, o klask tremen evit eur personach braz.
(10) An holl a oa douget dezhan, braz ha bihan ; hag e lavarent : He-man eo ar galloud braz a Zoue. (11) Hag e oent troet en tu ganthan, dre m’hen doa abaoe pell amzer estonet anezhe gant he zorserez. (12) Mes, pa ho doe credet da Philip, pehini a brezege ar c’helou mad euz ar pez a zell rouantelez Doue hag hano Jesus-Christ, e oent badezet, goazed ha merc’hed. (13) Ha Simon he-unan a gredaz ive, ha goude ma oa bet badezet, ne bellae ken diouz Philip ; hag o velet ar miraclou hag ar burzudou braz a vije great, e oa souezet meurbed.
(14) Koulskoude, an ebestel a oa en Jerusalem, o veza klevet hen doa recevet ar Samari ger Doue, a gassaz di Per ha Ian, (15) pere, o veza deuet, a bedaz evithe, evit ma recevjent ar Spered-Santel. (16) Rag ne oa ket c’hoas diskennet var hini anezhe ; mes badezet hep-ken e oant bet en hano an Aotrou Jesus. (17) Neuze an ebestel a astennaz ho daouarn varnezhe, hag e recevjont ar Spered-Santel.
(18) Mes Simon, o velet e oa roet ar Spered-Santel dre an ebestel oc’h asten ho daouarn var an dud, a ginnigaz arc’bant dezhe, en eur lavaret : (19) Roit d’in-me ive ar galloud-ze, evit ma teui kement hini a astennin va daouarn varnezhan da receo ar Spered-Santel. (20) Mes Per a lavaraz dezhan : Ra berisso da arc’hant assambles ganez, pa c’heuz credet ec’h heller prena donezon Doue gant arc’hant. (21) N’ec’h euz na perz na loden e-bed en affer-man ; rag da galon n’e ket eün dirag Doue. (22) Bez keuz eta euz da fallagriez, ha ped Doue, evit ma vezo pardonet d’id, mar d’eo possubl, ar sonjezon-ze euz da galon. (23) Rag gwelet a ran ez oud en eur vestl c’houero meurbed hag en liammou ar fallagriez. (24) Mes Simon a respontaz hag a lavaraz : Pedit c’houi an Aotrou evidoun, evit na c’hoarvezo netra ganen euz ar pez hoc’h euz lavaret.
(25) Goude beza eta roet testeni hag annonset ger an Aotrou, e tistrojont da Jerusalem, hag e prezegjont an Aviel en kalz euz a vourkou ar Samaritaned.
(26) Hogen eun eal euz an Aotrou a gomzaz ouz Philip, hag a lavaraz dezhan : Sav, ha kea var-zu ar c’hreisteiz, var an hent dezert a zisken euz a Jerusalem da Gaza. (27) Hen a zavaz, hag en em lekeaz en hent. Ha setu, eun den euz an Ethiopi, eun eunuk, ministr braz a Gandas, rouanez an Ethiopi, lakeat da c’houarn he zenzoriou holl, hag a oa deuet da Jerusalem evit adori, (28) a oa o tistrei d’ar gear, azezet var he garros, o lenn ar profet Izaias. (29) Neuze ar Spered a lavaraz da Philip : Tosta, ha kea beteg ar c’harros-se. (30) Ha Philip a ziredaz, hag a glevaz anezhan o lenn ar profet Izaias ; hag e lavaraz dezhan : Hag intent a rez-te mad ar pez a lennez ? (31) He-man a respontaz dezhan : Ha penaos ec’h hellfen-me intent, ma ne deu unan-benag d’am c’helen ? Hag e pedaz Philip da zevel, ha da azeza en he gichen. (32) Hogen, ar pennad e oa o lenn euz ar Scritur, a oa he-man : Evel eun danvad eo bet kasset d’ar gigerez ; hag evel eun oan mud dirag an hini a dle hen touza, n’hen deuz ket digoret he c’henou. (33) He gondaonation a zo bet savet divarnezhan en he izelder. Mes piou a hello counta an deveziou euz he vuez ? Rag he vuez a zo bet lammet divar an douar. (34) Neuze an eunuk, o komz, a lavaraz da Philip : Me az ped, divarben piou e lavar ar profet an dra-ze ? Euz anezhan he-unan, pe euz a eun all-benag ? (35) Neuze Philip, o komz outhan, hag o commans dre ar c’homzou-ze euz ar Scritur, a brezegaz dezhan Aviel Jesus.
(36) Hag evel ma’z eent gant ho hent, ec’h arrujont e leac’h ma oa dour ; hag an eunuk a lavaraz : Setu aman dour, petra a vir na ven badezet ? (37) Ha Philip a lavaraz dezhan : Mar credez a-greiz da galon, permetet eo d’id. Hag hen o respont, a lavaraz : Credi a ran ez eo Jesus-Christ Mab Doue. (38) Hag e c’hourc’hemenaz arreti ar c’harros ; hag e tiskenjont ho daou en dour, Philip hag an eunuk ; ha Philip a vadezaz anezhan. (39) Mes pa oent deuet er meaz euz an dour, Spered an Aotrou a zavaz Philip ac’hane, hag an eunuk n’hen gwelaz ken, ha mond a reaz en he hent laouen braz ; (40) mes Philip en em gavaz en Azot ; hag en eur dremen, e prezege an aviel en holl geariou, bete ma teuaz da Cezare.
OULSKOUDE Saul, ar gourdrouz hag ar vuntrerez o vervi bepred enhan a-enep diskibien an Aotrou, a ieaz da gavoud ar beleg-braz, (2) hag a c’houlennaz diganthan lizerou evit sinagogou Damas, evit gallout, mar kavje tud euz ar greden-ze, goazed pe verc’hed, ho digas stag da Jerusalem. (3) Ha pa oa en hent, ha ma tostae da Zamas, en eun taol, eur sclerijen euz an env a lugernaz en-dro dezhan. (4) Hag o veza kwezet d’an douar, e klevaz eur vouez hag a lavare dezhan : Saul, Saul, perag e persecutez-te ac’hanoun ? (5) Hag hen a respontaz : Piou oud-de, Aotrou ? Hag an Aotrou a lavaraz : Me eo Jesus emoud o persecuti ; kaled e vez d’id stourm ouz ar broudou. (6) Neuze, spountet-holl hag en eur grena, e lavaraz : Aotrou, petra a fell d’id a rafen ? Hag an Aotrou a lavaraz dezhan : Sav, ha kea en kear hag eno e vezo lavaret d’id petra a zo red d’id da ober. (7) Hogen, an dud a oa o vond assambles ganthan a choumaz en ho za mut gant ar souez, o klevet mad ar vouez, mes hep gwelet den. (8) Ha Saul a zavaz divar an douar, hag o veza digoret he zaou-lagad, ne vele den ; int a renaz eta anezhan dre he zorn, hag a gassaz anezhan da Zamas. (9) Hag e oe tri devez hep gwelet, hag hep debri nag eva.
(10) Hogen bez’ e oa en Damas eun diskibl, hanvet Ananias. An Aotrou a lavaraz dezhan en eur vizion : Ananias ! Hag hen a respontaz : Setu me aman, Aotrou. (11) Hag an Aotrou a lavaraz dezhan : Sav, ha kea er ru a hanver ar ru Eün, ha goulen en ti Judas eun den hanvet Saul, euz a Dars ; rag setu ema o pedi. (12) Gwelet hen deuz en eur vizion eun den hanvet Ananias oc’h antren, hag hen deuz astennet he zaouam varnezhan, evit ma kavo ar gwelet. (13) Mes Ananias a respontaz : Aotrou, klevet em euz gant meur a hini divarben an den-ze, pegement a zroug hen deuz great d’az Sent en Jerusalem. (14) Ha bez’ hen deuz aman ar galloud, euz a-berz prinsed ar veleien, da eren ar re holl a c’halv da hano. (15) Mes an Aotrou a lavaraz dezhan : Kea ; rag an den-ze a zo eun instrumant em euz choazet, evit dougen va hano dirag ar Jentiled, dirag ar rouane ha dirag bugale Israel ; (16) ha me a ziskouezo dezhan pegement e rank souffr evit va hano.
(17) Ananias eta a ieaz kuit, hag o veza antreet en ti, ec’h astennaz he zaouarn varnezhan, en eur lavaret : Saul, va breur, an Aotrou Jesus, pehini a zo en em ziskouezet d’id en hent dre behini e oaz o tond, hen deuz va digasset evit ma kavi ar gwelet, ha ma vezi leuniet euz ar Spered-Santel. (18) Ha kerkent e kwezaz euz he zaou-lagad evel skant, ha rag-tal, e kavaz ar gwelet ; ha neuze e savaz, hag e oe badezet.
(19) Hag o veza kemeret boued, e teuaz nerz dezban. Ha Saul a choumaz eun neubeud deiziou gant an diskibien pere a oa en Damas. (20) Ha rag-tal e prezegaz er sinagogou, e oa Jesus Mab Doue. (21) Hag ar re holl a gleve anezhan a oa souezet hag e lavarent : Ha n’e ket hennes eo a bersecute en Jerusalem ar re a c’halve an hano-ze, hag a oa deuet aman evit ho c’has chadennet da brinsed ar veleien ? (22) Hogen Saul a grenvae muioc’h-mui, hag a drec’he ar Judevien a oa o choum en Damas, o prouvi e oa Jesus ar C’hrist.
(23) Eun neubeud amzer goude, ar Judevien en em guzuliaz assambles evit lakaad Saul d’ar maro. (24) Mes ho c’homplot a oe roet da anaoud dezhan. Hogen, ar re-man a ziwalle noz-deiz an norojou, evit gallout hen laza. (25) Mes an diskibien a gemeraz anezhan en noz, hag hen diskennaz a-hed ar voger, en eur baner.
(26) Ha pa oe erruet Saul en Jerusalem, e klaske en em unani gant an diskibien ; mes holl ho doa aoun arazhan, o veza na gredent ket e oa eun diskibl. (27) Neuze Barnabas a gemeraz anezhan hag hen kassaz d’an ebestel, hag a gontaz dezhe penaos an Aotrou a oa en em ziskouezet dezhan en hent, hag hen doa komzet dezhan ; ha penaos hen doa komzet gant hardiegez en Damas en hano Jesus. (28) Adaleg neuze e oa ganthe, o vond hag o tond en Jerusalem, hag e komze heb aoun en hano an Aotrou Jesus ; (29) komz ha disputi a rea gant ar Greked ; mes ar re-man a glaske an tu da lemmel he vuez diganthan. (30) Pa ouezaz ar breudeur kement-se, e tigasjont anezhan da Cezare, hag hen kasjont da Dars.
(31) Koulskoude, an Ilizou dre an holl Jude, ar C’halile hag ar Samari a oa en peoc’h, o veza edifiet hag o vale en doujans an Aotrou ; hag e creskent dre zicour ar Spered-Santel.
(32) C’hoarvezoud a reaz, pa oa Per ouz ho bizita holl, ma teuaz ive etrezeg ar Zent a oa o choum en Lydda. (33) Hag e kavaz eno eun den, hanvet Eneas, gourvezet var eur gouele eiz vloaz a oa, ha klanv gant ar paralizi. (34) Ha Per a lavaraz dezhan : Eneas, Jesus, ar C’hrist, a iac’ha ac’hanoud ; sav, ha gra da vele. Ha ragtal e savaz. (35) Hag ar re holl a oa o choum en Lydda hag en Saron, a velaz anezhan, hag e tistrojont ouz an Aotrou.
(36) En Joppe e oa eur vaouez diskibl, hanvet Tabitha, da lavaret eo, en grek, Dorcas, (heiezic). Hou-man a rea kalz a ceuvrou mad hag a aluzennou. (37) Kweza a reaz klanv en amzer-ze, hag e varvaz. Ha goude m’ho doe he gwalc’het, e lekejont anezhi en eur gambr huel. (38) Ha dre ma ema Lydda e-kichen Joppe, an diskibien, o veza klevet e oa Per eno, a gassaz daou zen etrezeg enhan d’hen pedi da zond hep dale d’ho c’havout. (39) Per a zavaz, hag a ieaz ganthe. Ha pa oe erruet, e kasjont anezhan er gambr huel ; hag an holl intanvezed a dostaaz outhan, en eur wela, hag en eur diskouez dezhan pegement a zaeou hag a zillad a rea Dorcas, pa oa ganthe. (40) Ha Per, o veza kasset anezhe holl er meaz, a ieaz var he zaoulin hag a bedaz ; neuze o trei varzu ar c’horf, e lavaraz : Tabitha, sav. Hag hi a zigoraz he daou-lagad, hag o veza gwelet Per, e savaz en he c’houaze. (41) Ha Per, o rei dezhi he zorn, a zavaz anezhi, hag, o veza galvet ar Zent hag an intanvezed, e lakeaz anezhi beo dirazhe. (42) Kement-man a oe anavezet dre Joppe holl ; ha kalz a gredaz en Aotrou. (43) Ha Per a choumaz meur a zevez en Joppe, e ti eur certen Simon, a oa kivijer.
N Cezare e oa eun den hanvet Corneil, eur c’hantener en eur gohort galvet Italianes. (2) Den a religion hag a zoujans Doue e oa, hen hag he holl famill ; ober a rea ive aluzennou braz d’ar bobl, hag e pede Doue heb ehan. (3) Heman a velaz sclear en eur vizion, var-dro an naoved heur euz an deiz, eun eal a-berz an Aotrou oc’h antren en he di, hag a lavaraz dezhan : Corneil ! (4) Hag hen o sellet piz ouz an eal, hag o veza spountet holl, a lavaraz : Petra a zo, Aotrou ? Hag an eal a lavaraz dezhan : Da bedennou ha da aluzennou a zo savet dirag Doue, ha bet hen deuz sonj anezhe. (5) Kas eta breman tud da Joppe, ha digemen Simon, pehini a zo leshanvet Per. (6) He-man a zo o choum e ti eun den hanvet Simon, eur c’hivijer, a zo he di tost d’ar mor ; hennes eo a lavaro d’id petra a zo red d’id da ober. (7) Pa oe eat kuit an eal a gomze ouz Corneil, heman a c’halvaz daou euz he zervicherien hag eur zoudard a zoujans Doue, euz ar re a choume bepred en he gichen, (8) ha goude m’hen doa discleriet dezhe kement a oa erruet, e kassaz anezhe da Joppe.
(9) An deiz varlerc’h, evel ma oant en hent, ha ma tostaent ouz kear, Per a bignaz var lein an ti, var-dro ar c’houec’hved heur, da bedi. (10) Hag e teuaz naoun dezhan, hag e fellaz dezhan dibri ; mes e-pad ma oat o prepari boued dezhan, he spered a oe ravisset. (11) Gwelet a reaz an env digor, hag eun dra henvel ouz eun doubier vraz dalc’het dre he fevar c’horn, hag a ziskenne etrezeg an douar ; (12) hag en doubier-ze e oa a bep seurt anavaled a bevar droad, ha loened gwez, hag amprevaned euz an douar, ha lapoused an env. (13) Hag eur vouez a lavaraz dezhan : Sav, Per, laz, ha debr. (14) Mes Per a respontaz : Nann, Aotrou ; rag biskoas n’em euz debret netra hag a vez impur pe souillet. (15) Ar vouez a lavaraz dezhan c’hoas evit an eil gwech : Na gemer ket evit impur ar pez a zo bet lakeat neat gant Doue. (16) An dra-ze a c’hoarvezaz teir gwech ; ha goude-ze an doubier a oe savet adare en env.
(17) Evel ma oa Per nec’het evit gouzout petra a zinifie ar vizion hen doa bet, setu an dud a oa bet digasset gant Corneil, o veza goulennet e pe leac’h e oa ti Simon, en em gavaz e-tal an nor. (18) Ha goude beza galvet, e c’houlenjont ha Simon les-hanvet Per a oa o choum eno. (19) Hag evel ma oa Per o sonjal er vizion, ar Spered a lavaraz dezhan : Setu aze tri den o klask ac’hanoud.
(20) Sav eta, disken, ha kea ganthe hep stourm tam e-bed ; rag me eo em euz ho digasset. (21) Neuze Per a ziskennaz da gavoud an dud a oa digasset dezhan euz a-berz Corneil, hag a lavaraz dezhe ; Setu me aman ; me eo an hini a glaskit ; evit petra oc’h-hu deuet ? (22) Ar re-man a lavaraz : Corneil, ar c’hantener, eun den just hag a zoujans Doue, hag a vrud vad e-touez holl bobl ar Judevien, a zo bet avertisset a-berz Doue gant eun eal santel, da lakaad kerc’had ac’hanoud d’he di, evit ma klevo ar pez a lavari dezhan. (23) Per eta, o veza great dezhe antren, a lojaz anezhe ; hag an deiz varlerc’h en em lekeaz en hent da vond ganthe, o kemer ganthan unan-benag euz a vreudeur Joppe. (24) An deiz varlerc’h ec’h antrejont en Cezare. Hogen, Corneil oa o c’hortoz anezhe gant he gerent hag he vignoned brassa, hen doa galvet assambles. (25) Hag evel ma oa Per oc’h antren, Corneil a zeuaz d’he zialben, hag oc’h en em deurel d’he dreid, ec’h adoraz anezhan. Mes Per a zavaz anezhan, (26) en eur lavaret : Sav ; rag n’ed oun va-unan nemed eun den. (27) Hag en eur gomz outhan ec’h antreaz, hag e kavaz kalz a dud en em dastumet eno.
(28) Hag e lavaraz dezhe : Gouzoud a rit ez eo difennet da eur Judeo darempredi eun estranjour, pe mond d’he di ; mes Doue hen deuz diskouezet d’in na dlean henvel den e-bed impur pe souillet. (29) Dre-ze, pa’z oun bet digemenet ez oun deuet hep stourm e-giz e-bed. Goulen a ran eta diganeoc’h evit petra hoc’h euz great d’in dond aman. (30) Neuze Corneil a lavaraz : Breman zo pevar devez, d’an heur-man, e oann o iun hag o pedi em zi d’an naoved heur, ha setu ma en em brezantaz en eun taol dirazoun eun den gwisket skedus, hag a lavaraz : (31) Corneil, da beden a zo bet selaouet, ha Doue hen deuz bet sonj euz da aluzennou. (32) Kas eta da Joppe, ha digemen aman Simon, a zo les-hanvet Per ; ema o choum e ti Simon, kivijer, e-tal ar mor ; hennes, pa vezo deuet, a gomzo ouzid. (33) Kasset em euz eta rag-tal tud d’az kavout, ha mad ec’h euz great dond. Setu ni eta holl breman prezant dirag Doue, evit klevet kement a zo bet gourc’hemenet d’id gant Doue. (34) Neuze Per, o komz outhe, a lavaraz : Gwelet a ran e gwirionez, penaos Doue na zell ket ouz apparans an dud ; (35) mes penaos en pep bro, an neb hen deuz doujans evithan hag a ra ar pez a zo just, a zo agreabl dezhan. (36) Setu aze ar ger hen deuz roet da vugale Israel, en eur embann ar c’helou mad euz ar peoc’h dre Jesus-Christ, pehini eo Aotrou an holl. (37) Gouzoud a rit petra a zo c’hoarvezet er Jude holl, hag er pen-kenta er Galile, goude ar vadiziant prezeget gant Ian ; penaos hen deuz Doue eoliet euz ar Spered-Santel (38) hag euz a c’halloud Jesus a Nazaret, pehini a iea euz an eil leac’h d’egile en eur ober vad hag en eur iac’haad ar re holl a oa mac’het gant an diaoul ; rag Doue a oa ganthan. (39) Ha ni a zo testou euz an holl draou hen deuz great, ken e bro ar Judevien ken en Jerusalem. Hen lakeat ho deuz d’ar maro, en eur staga anezhan ouz ar groaz ; (40) mes Doue hen deuz resussitet anezhan an trede deiz, hag hen deuz permetet ma teuje d’en em diskouez, nann d’an bobl holl, mes d’an testou choazet araog gant Doue ; (41) deomp-ni pere hon euz debret hag evet ganthan, goude ma’z eo bet savet adouez ar re varo. (42) Hag hen deuz gourc’hemenet deomp prezeg d’ar bobl, ha testenia penaos hen eo an hini a zo bet lakeat gant Doue da varner var ar re veo ha var ar re varo. (43) An holl brofeted a ro an desteni-man divar he ben, penaos piou-benag a gred enhan, a receo dre he hano ar remission euz he bec’hejou.
(44) Pa oa c’hoas Per o lavaret ar c’homzou-ze, ar Spered-Santel a ziskennaz var ar re holl a zelaoue ar pez a lavare. (45) Hag an holl dud fidel circonciset, a oa deuet gant Per, a oe souezet, o velet e oa skulliet ive var ar Jentiled an donezon euz ar Spered-Santel ; (46) rag ho c’hlevet a rent o komz meur a seurt langach, hag o c’hlorifia Doue. (47) Neuze Per a lavaraz c’hoas : Daoust ha den e-bed a hell refus dour ar vadiziant d’ar re ho deuz recevet ar Spered-Santel, kerkoulz ha ni ? (48) Hag e c’hourc’hemenaz ma vijent badezet en hano an Aotrou. Neuze e pedjont anezhan da choum ganthe eun neubeud deiziou.
N ebestel hag ar breudeur a oa er Jude, a glevaz penaos ar Jentiled ho doa ive recevet ger Doue. (2) Ha pa oe distro Per da Jerusalem, ar re a oa euz ar circoncision a zispute outhan ; (3) hag a lavare : Antreet oud bet e ti tud dicirconcis, hag ec’h euz debret assambles ganthe.
(4) Mes Per en em lekeaz da gonta dezhe reiz, hag a lavaraz : (5) O pedi e oann er gear a Joppe, hag e-pad ma oann extasiet, em boe eur vizion ; gwelet a riz o tisken euz an env eun dra henvel ouz eun doubier vraz dalc’het dre he fevar c’horn, hag a zeuaz beteg enoun. Hag o veza sellet piz outhi, (6) e veliz enhi an anevaled a bevar-droad euz an douar, al loened gwez, an amprevaned ha lapoused an env. (7) Neuze e kleviz eur vouez hag a lavare d’in : Sav, Per ; laz, ha debr. (8) Ha me a respontaz : Nann, Aotrou ; rag biskoas netra impur na souillet n’eo antreet em genou. (9) Ar vouez a gomzaz d’in eun eil gwech euz an env, hag alavaraz : Na gemer ket evit impur ar pez a zo bet lakeat neat gant Doue. (10) Ha kement-man a c’hoarvezaz bete teir gwech, ha goude-ze pep tra a oe tennet adare d’an env. (11) Er memeus mare, tri den, pere a oa bet digasset d’am c’havoud euz a Cezare, en em brezantaz dirag an ti el leac’h ma oann. (12) Hag ar Spered a lavaraz d’in mond ganthe, heb stourm e doare ebed. Hag ar c’houec’h breur-man a zeuaz ive ganen, hag ec’h antrejomp e ti an den-ze, (13) hag he-man a gontaz deomp penaos hen doa gwelet en he di an eal, a oa en em brezantet dirazhan hag hen doa lavaret dezhan : Kas tud da Joppe, ha digemen Simon les-hanvet Per, (14) he-man a lavaro d’id komzou dre bere e vezi salvet, te ha da di holl. (15) Ha pa oann o commans da gomz, ar Spered-Santel a ziskennaz varnezhe, evel ma oa bet diskennet varnomp-ni er pen-kenta. (16) Neuze e teuaz memor d’in euz ar gomz-man euz an Aotrou : Ian hen deuz badezet en dour ; mes c’houi a vezo badezet er Spered-Santel. (17) Pa hen deuz roet Doue dezhe ar memeus donezon evel deomp-ni pere hon euz credet en Aotrou Jesus-Christ, piou e oann-me evit enebi ouz Doue ?
(18) Pa ho doe klevet an traou-ze, e rojont peoc’h hag e c’hlorifijont Doue, en eur lavaret : Doue eta hen deuz roet ive d’ar Jentiled ar gonversion, evit m’ho devezo ar vuez.
(19) Ar re a oa bet disperset gant ar bersecution a oa savet divarben Stefan, a ieaz beteg Phenicia, Cyprus hag Antiokia, en eur brezeg ar ger d’ar Judevien, ha da zen all e-bed. (20) Mes darn anezhe, pere a oa tud euz a Cyprus hag euz a Cyren, o veza antreet en Antiokia, a gomzaz ouz ar Greked, o prezeg dezhe Aviel an Aotrou Jesus. (21) Ha dorn an Aotrou a oa ganthe, hag eun niver braz a gredaz hag en em gonvertissaz ouz an Aotrou. (22) Hogen, ar vrud euz a gement-se a zeuaz da ziouskouarn Iliz Jerusalem ; hag e kasjont Barnabas da vond beteg Antiokia. (23) Pa oe erruet, ba pa hen doe gwelet gras Doue, hen doe joa euz a gement-se, hag ho exhortaz holl da choum fidel a-greiz calon d’an Aotrou. (24) Rag eun den mad e oa, eun den leun euz ar Spered-Santel ha leun a feiz, ha kalz a bobl en em unanaz gant an Aotrou.
(25) Neuze Barnabas a ieaz da Dars, da glask Saul ; (26) hag o veza kavet anezhan, e tigassaz anezhan da Antiokia ; hag e-pad eur bloaz leun, en em dastumjont assambles gant an Iliz, hag e rojont deskadurez da galz a dud, hag en Antiokia eo e oe roet da genta d’an diskibien an hano a Gristenien.
(27) En amzer-ze, e tiskennaz profeted euz a Jerusalem da Antiokia. (28) Hag unan anezhe, hanvet Agabus, a zavaz, hag a roaz da anaoud dre ar Spered e vije eur gernez vraz dre ar bed holl ; ha kement-se a c’hoarvezaz en amzer Claud-Cezar. (29) Hag an diskibien a zecidaz kas eun dra~benag, pep hini hervez he c’halloud, evit sicour ar breudeur a choume er Jude. (30) Hag e rejont ive kement-se, o kas ho aluzen d’ar re Ancien dre zaouarn Barnabas ha Saul.
R memeus amzer, ar roue Herodes a gommansaz da wall-dreti darn euz an Iliz. (2) Lakaad a reaz da vervel dre ar c’hleze Jakes, breur da Ian ; (3) hag o velet e plije kement-se d’ar Judevien, e lekeaz ive arreti Per. Kement-se a zigouezaz e-pad deiziou ar bara hep goell. (4) O veza eta lakeat cregi enhan, e lekeaz anezhan er prizon, hag e roaz anezhan da ziwall da beder banden a bevar zoudard pep hini, gant ar menoz d’he gas da laza dirag ar bobl, goude ar Pask. (5) Per a oa eta diwallet er prizon ; mes an Iliz a rea hep ehan pedennou da Zoue evithan.
(6) Hag en noz araog an deiz ma tlie Herodes hen kas d’ar maro, Per a oa kousket etre daou zoudard, staget gant diou chaden ; hag ar gwarded e-tal an nor er meaz a ziwalle ar prizon. (7) Ha setu ma teuaz souden eun eal a-berz an Aotrou ; eur sclerijen a lugernaz er prizon, hag an eal o skei Per var he gostez, a zifunaz anezhan, hag a lavaraz dezhan : Sav buhan. Hag ar chadennou a gwezaz euz he zaouarn. (8) Hag an eal a lavaraz dezhan : Laka da c’houriz en-dro d’id, ha da zandalou en da dreid ; ha Per her greaz. Neuze an eal a lavaraz dezhan : Taol da vantel en-dro d’id ha deuz var va lerc’h. (9) Ha Per, o veza deuet er meaz, a heullie anezhan, heb gouzoud ha gwir e oa ar pez a rea an eal, mes sonjal a rea e vele eur vizion. (10) Ha pa ho doe tremenet ar c’henta hag an eil gward, e teujont d’an nor houarn, a ia etrezeg kear, hag an nor a zigoraz anezhi he-unan dirazhe. Hag o veza eat er meaz, ez ejont a hed eur ru ; ha kerkent an eal en em dennaz diouthan.
(11) Per, o veza deuet enhan he-unan, a lavaraz : Breman ec’h ouzon a-dra-zur hen deuz an Aotrou digasset he eal, hag hen deuz va delivret euz a zorn Herodes, hag euz a gement a oa ar bobl euz ar Judevien en zell da velet. (12) Ha goude beza sonjet mad, ez eaz da di Vari, mam Ian, les-hanvet Marc, en pe leac’h e oa kalz a dud assamblet hag o pedi. (13) Pa hen doe Per skoet var dor ar porz, e teuaz eur plac’h, hanvet Rhode (Rose), da zelaou. (14) Hag o veza anavezet mouez Per, gant ar joa, na zigoraz ket an nor ; mes redec a reaz da lavaret e oa Per e-tal an nor. (15) Hag e leverjont dezhi : Diskiantet oud. Mes hi a assure stard e oa gwir kement-se ; hag e leverjont : He eal eo. (16) Koulskoude, Per a gendalc’he da skei, ha pa ho doe digoret, e veljont anezhan, hag e oent transportet gant ar joa. (17) Mes hen, oc’h ober sin dezhe gant he zorn da devel, a gontaz dezhe penaos hen doa an Aotrou hen digasset er meaz euz ar prizon ; hag e lavaraz : Roit da anaoud kement-man da Jakes ha d’hon breudeur ; goude-ze e sortiaz, hag ez eaz da eul leac’h all.
(18) Pa oe deuet an deiz, e savaz eun drubuil vraz e-touez ar zoudarded, evit gouzout petra e oa deuet Per da veza. (19) Hag Herodes, goude beza lakeat tud d’hen klask hep gallout hen kavoud, a reaz proces d’ar gwarded, hag e c’hourc’hemenaz ho c’has d’ar maro. Neuze hen a ziskennaz euz a Jude da Cezare, hag a choumaz eno.
(20) Hogen, Herodes a oa drouk enhan a-enep tud Tyr ha Sidon. Mes ar re-man a zeuaz a-unan d’he gavoud, hag o veza gounezet Blastus, ministr euz a di ar roue, e c’houlenjont ar peoc’h, abalamour ma tenne ho bro he magadurez euz a hini ar roue. (21) D’an devez merket, Herodes, gwisket gant he zillad a roue, a azezaz var he dron, hag a reaz eun discours dezhe. (22) Hag ar bobl a griaz : Mouez eun doue eo, n’e ket mouez eun den ! (23) Mes kerkent eun eal a-berz an Aotrou a skoaz anezhan, abalamour n’hen doa ket roet gloar da Zoue ; hag e varvaz debret gant ar prenved.
(24) Hogen ger Doue a greske hag en em skullie mui-oc’h-mui. (25) Ha Barnabas ha Saul, goude beza peur-achuet ho c’harg, a zistroaz euz a Jerusalem, o veza kemeret ive ganthe Ian, les-hanvet Marc.
N Iliz Antiokia e oa eun neubeud profeted ha doctored, Barnabas, Simeon a c’halver Niger, Lucius ar Cyrenead, Manahem, pehini a oa bet savet assambles gant Herodes, ha Saul. (2) E-pad ma oant oc’h ober servich an Aotrou, ha ma iunent, ar Spered-Santel a lavaraz dezhe : Dibabit d’in Barnabas ha Saul, evit an oeuvr da behini em euz ho galvet. (3) Neuze, goude beza iunet ha pedet, ec’h astenjont ho daouarn varnezhe, hag ho lakjont da vond en hent.
(4) Int eta, o veza kasset gant ar Spered-Santel, a ziskennaz da Seleucia, hag ac’hane ec’h ambarkjont evit mond da Cyprus. (5) Ha pa oent erruet en Salamina, e prezegjont ger Doue e sinagogou ar Judevien, ha Ian a oa ïve ganthe ouz ho zicour. (6) Ha goude m’ho doe treuzet an enezen bete Paphos, e kavjont eur Judeo, sorcer ha fals-profet, hanvet Barjesus, (7) hag a oa gant ar proconsul Sergius Paulus, eun den a skiant. He-man, o veza galvet Barnabas ha Saul, a c’hoantaaz klevet ger Doue. (8) Mes Elymas, ar sorcer, rag setu ar pez a zinifi he hano, a stourme outhe, o klask distrei ar proconsul diouz ar feiz.
(9) Mes Saul, pehini a zo ive hanvet Paol, leun euz ar Spered-Santel, a zellaz stard outhan, hag a lavaraz : (10) O den leun a bep tromplerez hag a bep fallentez, mab an diaoul, enebour da bep justis, ha na baouezi-te ket da bervertissa henchou eün an Aotrou ? (11) Ha setu, a-vreman ema dorn an Aotrou varnoud, hag e vezi dall, ha na veli ket an heol, evit eun amzer. Ha rag-tal, e kwezaz varnezhan eur vrumen hag eun devalijen ; hag o trei a bep tu, e klaske eur re-benag da ren anezhan gant an dorn. (12) Neuze ar proconsul, o velet ar pez a oa c’hoarvezet, a gredaz, o veza leun a admiration evit kelennadurez an Aotrou.
(13) Ha Paol hag ar re a oa ganthan, o veza ambarket e Paphos, a zeuaz da Berj e bro Pamphylia. Mes Ian, o veza kuiteet anezhe, a zistroaz da Jerusalem.
(14) Ha goude beza partiet euz a Berj, e teujont da Antiokia, e bro Pisidia ; hag o veza antreet er sinagog, deiz ar sabbat, ec’h azezjont. (15) Ha goude beza klevet lenn al lezen hag ar brofeted, ar chefou euz ar sinagog a gassaz tud da lavaret dezhe : Tud breudeur, mar hoc’h euz eur gomz-benag a exhortation da lavaret d’ar bobl, livirit-hi.
(16) Neuze Paol a zavaz, hag o veza great sin gant he zorn da devel, e lavaraz : Tud a Israel, ha c’houi pere hoc’h euz doujans Doue, selaouit. (17) Doue ar bobl-man a Israel hen deuz choazet hon tadou hag hen deuz savet ar bobl-man, pa oa o choum en douar an Ejypt, hag hen deuz ho zennet ac’hane gant an nerz euz he vreac’h. (18) Hag e-pad var-dro daou-ugent vloaz amzer, e kemeraz patianted ganthe hag ho magaz ebarz an dezert. (19) Ha goude beza distrujet seiz nation en douar Canaan, e lodennaz douar ar re-man etrezhe dre ar sort. (20) Ha goude-ze, e-pad pevar c’hant hanter-kant vloaz, pe var-dro, e roaz dezhe barnerein, bete Samuel ar profet. (21) Neuze e c’houlenjont eur roue, ha Doue a roaz dezhe Saül, mab Kis, euz a dribu Benjamin, e-pad daou-ugent vloaz. (22) Ha goude beza taolet he-man kuit, Doue a zavaz David da roue dezhe, da bebini e rentaz testeni, en eur lavaret : Kavet em euz David, mab Jesse, eun den hervez va c’halon, hag a rai va boll bolontez. (23) Euz a lignez David eo hen deuz Doue, hervez he bromessa, savet da Israel eur Zalver, pehini eo Jesus. (24) Araog he zonedigez, Ian ben doa prezeget badiziant ar gonversion d’an boll bobl a Israel. (25) Ha pa oa Ian oc’h achui he redaden, e lavare : Piou a sonj deoc’h ez oun-me ? N’e ket me eo ar C’hrist ; mes va goude, e teu an hini n’oun ket dign da zilassa dezhan he voutou.
(26) Tud breudeur, bugale euz a lignez Abraham, ha c’houi pere hoc’b euz doujans Doue, deoc’h-hu eo prezeget ar ger-man a zilvidigez. (27) Rag tud Jerusalem hag ho renerien, dre m’ho deuz dianavezet anezhan, ho deuz accomplisset, en eur gondaoni anezhan, komzou ar brofeted, a vez lennet bep devez sabbat. (28) Ha petra-benag n’ho doa sujet e-bed d’hen lakaad d’ar maro, e pedjont Pilat d’hen lakaad da vervel. (29) Neuze, goude m’ho doe accomplisset kement a zo bet scrivet divar he ben, e lamjont anezhan euz ar groaz, hag hen lekejont en eur bez. (30) Mes Doue hen deuz savet anezhan a-douez ar re varo ; (31) hag ez eo bet gwelet, e-pad meur a zevez, gant ar re a oa pignet ganthan euz a C’halile da Jerusalem, hag ar re-man a zo he destou dirag ar bobl. (32) Ha ni ive, ec’h annonsomp deoc’b ar c’helou mad, penaos ar bromessa a oa bet great d’hon tadou, (33) a zo bet peur-c’hreat gant Doue evidomp-ni, ho bugale, pa hen deuz digasset Jesus ; evel ma eo scrivet en eil Salm : Te eo va Mab, hirio em euz da engehentet. (34) Mes evit diskouez penaos hen deuz resussitet anezhan a-douez ar re varo, evit na zistroio mui d’ar vreinadurez, hen deuz komzet evelhen : Derc’hel a rin mad en ho kever ar promesseou sacr great da Zavid. (35) Rag-se e lavar ive en eur Salm all : Na bermeti ket e teufe da Zant da velet ar vreinadurez. (36) Hogen David, goude beza servichet en he amzer da volontez Doue, a zo maro, hag a zo bet lakeat gant he dadou, hag hen deuz gwelet ar vreinadurez ; (37) mes an hini a zo bet resussitet gant Doue, n’hen deuz ket gwelet ar vreinadurez.
(38) Gouezit eta ervad, tud breudeur, penaos hennes eo an hini dre behini eo annonset deoc’h ar pardon euz ar pec’hejou ; (39) ha penaos eo dreizhan eo justifiet ar re holl a gred, euz an holl draou a bere n’hoc’h euz ket gallet beza justifiet dre lezen Moises. (40) Diwallit eta ne c’hoarvezfe ganeoc’h ar pez a zo bet lavaret gant ar brofeted : (41) Gwelit, c’houi pere a zisprij ac’hanoun, ha bezit souezet, deuit da veza droug-livet gant ar spount ; rag mond a ran da ober eun oeuvr en hoc’h amzer, eun oeuvr ha na gredfec’h ket ma vefe contet deoc’h.
(42) Pa oant o vond er meaz euz a sinagog ar Judevien, ar Jentiled ho fedaz da brezeg ar memeus traou dezhe, er sabbat varlerc’h. (43) Ha pa oe fin d’an assamble, meur a hini euz ar Judevien hag euz ar brozelited a zouje Doue, a ieaz varlerc’h Paol ha Barnabas, hag ar re-man, en eur gomz ganthe, a exhortaz anezhe da genderc’hel en gras Doue.
(44) Ar sabbat varlerc’ h, ar gear kazi holl en em zastumaz evit selaou ger Doue. (45) Mes pa velaz ar Judevien ar bobl vraz-ze, e oent leun a jalouzi, hag ec’h enebent ouz komzou Paol, o tislavaret anezhan hag o kwall-gomz outhan. (46) Neuze Paol ha Barnabas a lavaraz dezhe gant hardiegez : Deoc’h-hu e oa red rei da anaoud da genta ger Doue ; mes pa’z eo gwir e troit kein outhan, hag en em varnit hoc’h-unan da veza indign euz ar vuez eternel, setu e troomp ouz ar Jentiled. (47) Rag kement-se a zo bet gourc’hemenet deomp gant an Aotrou, pa hen deuz lavaret : Da lakeat em euz da sclerijen d’ar Jentiled, evit ma vezi ho zilvidigez beteg ar pennou pella euz an douar.
(48) O klevet kement-se, ar Jentiled en em rejouisse, hag e c’hlorifient Ger an Aotrou, ha kement hini a oa destinet d’ar vuez eternel, a gredaz. (49) Ha ger an Aotrou a rede dre ar vro holl. (50) Mes ar Judevien a lakeaz drouk en eun toullad merc’hed devot, tud a galite, hag er re genta euz a gear, hag e savjont eur bersecution a-enep Paol ha Barnabas, hag e kasjont anezhe er meaz euz ho bro. (51) Mes Paol ha Barnabas, o veza hijet ar boultren euz ho zreid en ho enep, a ieaz da Iconium. (52) Hag an diskibien a oa karget a joa, ha leun euz ar Spered-Santel.
’HOARVEZOUD a reaz en Iconium, ma c’hantreaz Paol ha Barnabas assambles e sinagog ar Judevien, hag e komzjont en hevelep doare ma credaz eun niver braz eur ar Judevien hag ive euz ar Greked. (2) Mes ar Judevien pere na gredent ket a lakaz drouk e sperejou ar Jentiled a-enep ar breudeur. (3) Choum a rejont koulskoude eno pell amzer, o komz gant hardiegez, abalamour d’an Aotrou, pehini a rente testeni da gomz he c’hras, en eur ober dre ho daouarn burzudou ha miraclou. (4) Mes ar bobl euz ar gear a oe rannet en diou loden ; darn a oe a-du gant ar Judevien, ha darn all gant an ebestel. (5) Hag evel ma c’hoarvezaz eur revolt euz ar Jentiled hag euz ar Judevien, assambles gant ho chefou kenta, evit gwall-dreti an ebestel hag ho laza a daoliou mein, (6) ar re-man, o veza gouezet an dra-ze, a dec’haz da Listra ha da Zerb, keariou euz a Licaonia, ha d’ar vro a zo var-dro, (7) hag eno e prezegjont an Aviel.
(8) Hogen e Listra e oa eun den azezet, mac’hagnet en he dreid ; kam e oa adaleg ma oa ganet, ha n’hen doa biskoas baleet. (9) He-man a zelaoue Paol pehini, o veza arretet he zaou-lagad varnezhan, hag o velet hen doa feiz evit beza iac’heet, (10) a lavaraz gant eur vouez krenv : Sav zoun var da dreid. Kerkent e lampaz, hag e valeaz.
(11) Hag ar bobl, o veza gwelet ar pez hen doa great Paol, a zavaz ho mouez, hag e leverjont en langach Licaonia : Doueou, henvel ouz tud, a zo diskennet en hon zouez. (12) Hag e c’hanvet Barnabas, Jupiter, ha Paol, Mercurius, abalamour maoa he-man a zouge ar gomz. (13) Ha memeus beleg Jupiter, a behini an templ a oa tost d’ho c’hear, a zigassaz koleou-taro ha garlanteziou beteg an nor, hag e felle dezhan offr sacrifis dezhe assambles gant ar bobl. (14) Mes an ebestel Barnabas ha Paol, pa glevjont kement-se, a rogaz ho dillad hag a lammaz e-kreiz ar bobl, en eur grial, hag en eur lavaret : (15) O tud, perag e rit-hu kement-se ? Ni n’ed omp nemed tud, sujet d’ar memeus infirmiteou evel-d’oc’h. Prezeg a reomp deoc’h eur c’helou mad, evit ma teuot da zistrei euz an traou ven-ze d’an Doue beo, hen deuz great an env, an douar hag ar mor, ha kement tra a zo enhe ; (16) pehini en amzeriou tremenet hen deuz lezet an holl nationou da vale en ho henchou ho-unan, (17) petra-benag n’hen deuz ket paouezet da rei testeniou anezhan he-unan, oc’h ober vad, hag en eur rei deomp ar glao euz an env, sezoniou frouezus, hag o karga hor c’halonou a vadou hag a levenez. (18) Hag en eur lavaret an traou-ze, a-boan ec’h helljont harz ouz ar bobl da zacrifia dezhe.
(19) Neuze ec’h erruaz eno Judevien euz a Antiokia hag euz a Iconium. Ar re-man a c’hounezaz ar bobl, ha goude beza meinet Paol e sklejchont anezhan er meaz euz a gear, o cridi e oa maro. (20) Mes an diskibien, o veza en em zastumet en-dro dezhan, e savaz hag ez eaz en kear. Hag an deiz varlerc’h ez eaz kuit gant Barnabas da Zerbe.
(21) Ha goude beza prezeget an Aviel er gear-ze, ha beza great kalz a ziskibien, e tistrojont da Listra, da Iconium ha da Antiokia ; (22) o krenvaad eneou an diskibien, hag en eur exhorti anezhe da genderc’hel er feiz, hag o tiskouez dezhe ez eo dre galz a drubuliou ez eo red deomp antren en rouantelez Doue. (23) Ha goude beza pedet ha iunet, e lekejont re Ancien e peb Iliz, hag ho recommandjont d’an Aotrou, en pehini ho doa credet. (24) Ha goude, o veza treuzet ar Pisidia, e teujont er Pamphilia. (25) Ha goude beza prezeget er gear a Perj, e tiskenjont da Attalia. (26) Hag ac’hane ec’h ambarkjont evit mond da Antiokia, a beleac’h e oant bet recommandet da c’hras Doue, evit an oeuvr ho doa great.
(27) Ha pa oent erruet, ha pa ho doe assamblet an Iliz, e contjont kement hen doa Doue great dreizhe, ha penaos hen doa digoret d’ar Jentiled dor ar feiz. (28) Hag e choumjont eno pell-amzer gant an diskibien.
OGEN, hinienou pere a oa deuet euz ar Jude, a gelenne ar breudeur, en eur lavaret : Ma na vezit circonciset hervez giz Moises, na hellit ket beza salvet. (2) Eur gontestation hag eun disput vraz o veza eta savet etre Paol ha Barnabas hag ar re-man, e oe decidet e pignje Paol ha Barnabas, hag hinienou all euz ho zouez, da Jerusalem, da gavout an ebestel hag ar re ancien divarben ar gestion-ze. (3) O veza kasset eta gant an Iliz, e treuzjont ar Phenicia hag ar Samaria, oc’h annons conversion ar Jentiled ; hag e rejont eur joa vraz d’an holl vreudeur. (4) Pa oent erruet en Jerusalem, e oent digemeret gant an Iliz, ha gant an ebestel hag ar re ancien, hag e contjont an holl draou hen doa Done great dreizhe. (5) Mes hinienou euz a sect ar Farizianed, pere ho doa credet, a zavaz, en eur lavaret e oa red circoncisa ar Jentiled ha gourc’hemen dezhe miret lezen Moises.
(6) Neuze an ebestel hag ar re ancien en em dastumaz evit examina an affer-ze. (7) Hag evel ma oa eun disput vraz etrezhe, Per a zavaz, hag a lavaraz dezhe :
Tud breudeur, c’houi a oar penaos pell amzer zo hen deuz Doue va choazet en hon touez, evit ma klevje ar Jentiled dre va genou ger an Aviel, ha ma credjent. (8) Ha Doue, pehini a anavez ar c’halonou, hen deuz roet testeni dezhe, en eur rei dezhe ar Spered-Santel kerkoulz ha deomp-ni ; (9) ha n’hen deuz great differans e-bed etre ni hag int-hi, o veza purifiet ho c’halonou dre ar feiz. (10) Breman eta, perag e tentit-hu Doue, en eur lakaad var chouk an diskibien eur ieo ha n’ho deuz ket gallet hon tadou he zougen, na ni ken neubeud ? (11) Mes ni a gred penaos eo dre c’hras an Aotrou Jesus-Christ e vezimp salvet, ni kerkoulz hag int.
(12) Neuze an assamble holl a davaz, hag e selaouent Barnabas ha Paol, pere a gonte pebeuz miraclou ha burzudou hen doa great Doue dreizhe, e-touez ar Jentiled.
(13) Ha goude m’ho doe ehanet da gomz, Jakes a gomzaz, hag a lavaraz : Tud breudeur, selaouit ac’hanoun : (14) Simon hen deuz discleriet penaos hen deuz Doue commanset da choaz etouez ar Jentiled eur bobl consacret d’he hano ; (15) ha var gement-se en em accord komzou ar brofeted, hervez ma eo scrivet ; (16) Goude-ze, me a zistroio, hag e savin a-nevez tabernacl David, pehini a zo kwezet ; an tammou anezhan a oa bet dispennet a gempennin, hag e lakin anezhan adare en he za ; (17) evit ma vezo klasket an Aotrou gant ar rest euz an dud, ha gant an holl nationou var bere eo bet galvet va hano ; evel-se a lavar an Aotrou, hen deuz great an holl draou-man. (18) Holl oberou Doue a so anavezet ganthan a bep eternite. (19) Dre-ze e sonj d’in na dleer ket ober nec’h d’ar re euz a-douez ar Jentiled a zistro ouz Doue ; (20) mes scriva dezhe en em viret daveza souillet gant an idolou, hag en em ziwall euz an debauch, euz kig al loened mouget, hag euz ar goad. (21) Rag abaoe meur a gant vloaz, ez euz en pep kear, tud hag a brezeg Moises er sinagogou, hag eno e lenner anezhan bep sabbat.
(22) Neuze e oe kavet mad gant an ebestel hag ar re ancien ha gant an Iliz holl, kas tud choazet euz ho zouez ho-unan da Antiokia, assambles gant Paol ha Barnabas, da lavaret eo, Jud, les-hanvet Barsabas, ha Silas, tud euz ar re genta e-touez ar breudeur ; (23) o kas ar scrid-man dreizhe :
An ebestel, ar re ancien hag ar breudeur, d’hor breudeur euz a-douez ar Jentiled, pere a zo en Antiokia, er Syri hag er Cilici, salud. (24) O veza ma hon euz klevet penaos darn, hag a oa eat euz hon zouez, ho deuz troublet ac’hanoc’h gant ho c’homzou, oc’h ober d’hoc’h eneou fazia, en eur lavaret ez eo red beza circonciset ha miret al lezen (ar pez n’hor boa ket gourc’hemenet dezhe) ; (25) ni hon euz kavet mad, holl assambles, choaz tud hag ho c’has deoc’h gant hor breudeur muia-karet Barnabas ha Paol, (26) tud pere ho deuz exposet ho buez evit hano hon Aotrou Jesus-Christ. (27) Kas a reomp eta deoc’h Jud ha Silas, pere a lavaro deoc’h a c’henou ar memeus traou. (28) Rag kavet eo bet mad gant ar Spered-Santel ha ganeomp-ni, ne vez lakeat varnoc’h beac’h e-bed nemed an traou a zo red ; (29) da lavaret eo, ma en em virot diouz traou offret d’an idolou, diouz ar goad, diouz an anevaled mouget, ha diouz an debauch ; mad a reot en em viret diouz an traou-ze. Iec’hed deoc’h.
(30) O veza eta bet kasset, e teujont da Antiokia ; ha pa ho doe assamblet ar bobl, e rojont al lizer. (31) Pa ho doe lennet anezhan, e oent er joa euz an ali vad-se. (32) Ha Jud ha Silas, pere a oa ho-unan profeded, a exhortaz hag a grenvaaz ar breudeur dre veur a brezegen. (33) Ha goude beza choumet eno eur pennad amzer, e oent laosket gant ar breudeur da vond en peoc’h etrezeg an ebestel. (34) Koulskoude, Silas a gavaz mad choum eno. (35) Mes Paol ha Barnabas ive a choumaz en Antiokia, o kelen hag o prezeg gant kalz a re all ar c’helou mad euz a c’her an Aotrou. (36) Eun neubeud deiziou goude-ze, Paol a lavaraz da Varnabas : Distroomp da visita hor breudeur dre an holl geariou en pere hon euz prezeget ger an Aotrou, evit gwelet penaos emaint. (37) Ha Barnabas a felle dezhan kemeret ganthe Ian, les-hanvet Marc. (38) Mes Paol na gave ket e oa deread kemer ganthe an hini a oa dispartiet diouthe en Pamphilia, ha n’hen doa ket ho heulliet en ho labour. (39) Sevel a reaz eta eun disput, en hevelep doare m’az eaz an eil digant egile, ha Bamabas a gemeraz Marc ganthan, hag ez eaz dre vor da enez Cyprus.
(10) Mes Paol, o veza choazet Silas, en em lekeaz en hent, goude beza bet recommanded da c’hras Doue gant ar breudeur ; (41) hag e tremenaz dre ar Syri hag ar Cilici, en eur grenvaad an Ilizou.
AOL en em gavaz en Derbe hag en Listra, hag eno e oa eun diskibl hanvet Timoteus, mab da eur vaouez euz ar Judevien hag a grede, mes he dad a oa grek. (2) Ar breudeur a Listra hag a Iconium a rente testeni vad anezhan. (3) Paol a fellaz dezhan ez aje ganthan ; hag o veza kemeret anezhan, hen circoncisaz, abalamour d’ar Judevien a oa er c’harteriou-ze ; rag gouzoud a rent holl e oa he dad eur grek. (4) Hag evel ma’z eent euz an eil kear d’eben, ec’h alient ar re fidel da viret an urzou a oa bet etablisset gant an ebestel hag ar re ancien euz a Jerusalem. (5) Evel-se an Ilizou a oa krenveed er feiz, hag an niver anezhe a greske bemdez.
(6) Goude m’ho doe treuzet ar Phrijia ha bro ar Galatia, e oe difennet outhe gant ar Spered-Santel prezeg ar Ger en Azi. (7) Hag o veza deuet e bro Mizia, en em breparjont da vond da vro Bitinia ; mes ar Spered na bermetaz ket dezhe. (8) Neuze o treuzi ar Mizia, e tiskenjont da Droas. (9) Ha Paol hen doe eur vizion e-pad an noz : eun den euz a Vacedonia a oa en he za, hag a bede anezhan, en eur lavaret : Tremen er Macedonia, ha deuz d’hon zicour. (10) Kerkent ha m’hen doa bet ar vizion-ze, en em brebarjomp da vond dioc’h-tu d’ar Macedonia, o sonjal dre eno e c’halve an Aotrou ac’hanomp da brezeg an Aviel er vro-ze.
(11) O veza eta partiet euz a Droas, ez ejomp var eün da Zamothracia, hag an deiz varlerc’h da Neapolis ; (12) hag ac’hane da Philippos, pehini eo ar gear genta euz ar c’hartier-ze euz a Vacedonia, hag a zo eur c’holoni ; hag e choumjomp eno eun neubeud deveziou. (13) Da zeiz ar sabbat ez ejomp er meaz euz a gear, tost da eur ster, el leac’h ma oat custum da ober ar beden ; hag o veza azezet, e komzemp ouz ar merc’hed a oa en em dastumet eno. (14) Hag eur vaouez a zoujans Doue, hanvet Lydi, gwerzerez pourpr, euz ar gear a Diatira, a zelaoue ; hag an Aotroù a zigoraz he c’halon, evit ma raje evez ouz an traou a lavare Paol. (15) Ha pa oe bet badezet assambles gant tud he zi, e reaz deomp ar beden-man : Mar hoc’h euz kavet ez oun fidel d’an Aotrou, antreit em zi, ha choumit enhan ; hag ober a reaz deomp choum.
(16) Hogen, pa oamp o vond d’al leac’h ma vije great ar beden, en em gavaz ganeomp eur plac’h, hag he devoa eur spered a Biton, hag a c’houneze kalz a arc’hant d’he mistri, oc’h ober micher a zivineres. (17) Honnes, o veza heulliet Paol ha ni, en em lakaz da grial, en eur lavaret : An dud-man a zo servicherien an Doue Holl-C’halloudec, pere a annons deoc’h hent ar zilvidigez. (18) Ober a reaz kement-se e-pad meur a zevez ; mes Paol, o veza skuiz, a zistroaz, hag a lavaraz d’ar spered : Me a c’hourc’hemen d’id en hano Jesus-Christ, mond er meaz euz ar plac’h-se. Hag ez eaz kerkent er meaz anezhi.
(19) Mes pa velaz he mistri ho doa kollet an esperans euz ho gounidegez, e crogjont en Paol hag en Silas, hag e treinjont anezhe d’ar blasen bublic, dirag ar barnerien. (20) Hag e tigasjont anezhe d’ar gouarnerien, en eur lavaret : An dud-man a laka kalz trouz en hon c’hear ; (21) Judevien int, ha deski a reont d’an dud giziou ha n’eo ket permetet deomp ho receo nag ho observi, pa’z eo gwir ez omp Romaned. (22) Neuze ar bobl a zavaz assambles en ho enep, hag ar gouarnerien, goude beza lakeat difreuza ho dillad dezhe, a c’hourc’hemenaz ho skei gant gwialennou. (23) Ha goude ma oe bet roet meur a daol dezhe, e taoljont anezhe er prizon, en eur c’hourc’hemen d’ar jeolier ho diwall mad. (24) He-man, o veza recevet an urz-ze, a lekeaz anezhe er prizon a-ziabarz, hag a ereaz ho zreid gant hualou.
(25) Var-dro hanter-noz, Paol ha Silas a oa o pedi, hag a gane meuleudiou da Zoue, hag ar brizonierien a gleve anezhe. (26) Hag en eun taol e c’hoarvezaz eur gwall-grenamant douar, ken a oe dismantret fondamant ar prizon, ha kerkent an holl dorojou a zigoraz, hag ho liammou dezhe holl a doraz. (27) Neuze ar jeolier, o veza dihunet, pa velaz dorojou ar prizon digor, a dennaz he gleze, hag a oa o vond d’en em laza he-unan, o sonjal e oa tec’het kuit ar brizonierien. (28) Mes Paol a griaz gant eur vouez krenv, en eur lavaret : Na ra droug e-bed d’id da-unan, rag emomp holl aman. (29) Neuze ar jeolier, o veza goulennet goulou, a redaz buhan, hag en eur grena en em daolaz da dreid Paol ha Silas. (30) Hag o veza ho zennet er meaz, e lavaraz : Aotrounez, petra a zo red d’in-me da ober evit beza salvet ? (31) Hag e leverjont dezhan : Cred en Aotrou Jesus-Christ, hag e vezi salvet, te ha da diegez. (32) Hag ec’h annonsjont dezhan ger an Aotrou, ha d’ar re holl a oa en he di. (33) Hag o veza ho c’hemeret ganthan d’an heur-ze euz an noz, e walc’haz dezhe ho gouliou ; ha rag-tal e oe badezet, hen hag he holl dud. (34) Ha goude m’hen doe ho digasset en he di, e lekeaz boued dirazhe ; hag hen devoe eur joa vraz da veza credet en Doue gant he holl diegez.
(35) Pa oe deuet an deiz, ar gouarnerien a gassaz hucherien da lavaret dezhan : Laosk an dud-se en ho liberte. (36) Kerkent, ar jeolier a zigassaz ar c’helou-ze da Baol hag a lavaraz dezhan : Ar gouarnerien ho deuz digasset tud, da lavaret leuskel ac’hanoc’h ; sortiit eta breman, hag it en peoc’h. (37) Mes Paol a lavaraz d’an hucherien : Goude beza hor scourjezet dirag an boll, hep barnedigez, ha ni Romaned, ho deuz hon lakeat er prizon ; ha breman e reont hon lakaad er meaz e-kuz ; nann ! nann ! mes deuint ho-unan d’hon lakaad er meaz. (38) An hucherien a gassaz ar c’homzou-ze d’ar gouarnerien, hag ar re-man a gemeraz aoun, pa glevjont e oant Romaned. (39) Hag e teujont da c’houlen excus diganthe, hag o veza ho c’hasset er meaz, e pedjont anezhe da vond kuit euz ho c’hear. (40) Ha goude beza sortiet euz ar prizon, ez ejont da di Lydi ; hag o veza gwelet ar breudeur, e consoljont anezhe, hag ez ejont kuit neuze.
VEZA tremenet dre Amphipolis ha dre Apollonia, Paol ha Silas a zeuaz da Dessalonika, e peleac’h e oa sinagog ar Judevien. (2) Ha Paol, hervez he c’hiz, a antreaz d’ho c’havoud, hag e-pad tri sabbat a gomzaz ganthe divarben ar Scrituriou, (3) o tiskouez hag o prouvi e oa red m’hen divije souffret ar C’hrist, ha ma vije resussitet a-douez ar re varo ; hag o lavaret : Ar C’hrist-se eo Jesus a annonsan deoc’h. (4) Ha darn anezhe a gredaz, hag en em unanaz gant Paol ha Silas, hag assambles ganthe eun niver braz a C’hreked a zoujans Doue, ha kalz a c’hragez a galite.
(5) Mes ar Judevien pere na gredent ket, o veza leun a jalouzi, a gemeraz ganthe eun toullad paotred fall divar ar plasennou public ; ha goude beza savet ar bobl, e lekejont trubuil dre gear, hag o vond assambles da di Jason, e klaskent Paol ha Silas, evit digas anezhe er meaz d’ar bobl. (6) Mes evel n’ho c’havjont ket eno, e treinjont Jason hag hinienou euz ar breudeur dirag ar pennou-kear, en eur grial : An dud-man, pere ho deuz boulverset ar bed holl, a zo deuet aman ive. (7) Ha Jason hen deuz ho digemeret en he di ; holl e stourmont ouz ordrenansou Cezar, o lavaret ez euz eur roue all, hag a c’halvont Jesus. (8) Troubli a rejont eta ar bobl, hag ar pennou euz a gear, pere a gleve kement-se. (9) Ha goude beza recevet caution digant Jason ha digant ar re all, e lezjont anezhe da vond.
(10) Ha kerkent ar breudeur a reaz da Baol ha da Silas mond kuit, e-pad an noz, evit mond da Verea, hag, o veza erruet eno, ec’h antrejont e sinagog ar Judevien. (11) Ar re-man ho doe santimanchou kaeroc’h eged an dud euz a Dessalonika ; receo a rejont buhan ar Ger, ha bemdez e studient ar Scrituriou, evit gwelet ha gwir e oa kement a glevent. (12) Dre-ze meur a hini anezhe a gredaz, kerkoulz ha gragez a galite euz ar Greked, hag eun niver mad a oazed. (13) Mes, pa glevaz ar Judevien euz a Dessalonika e oa prezeget Ger Doue gant Paol en Berea, e teujont ive di, hag e lekejont trouz e-touez ar bobl. (14) Ha kerkent ar breudeur a gassaz kuit Paol, evit ober van da vond varzu ar mor ; mes Silas ha Timoteus a choumaz c’hoas eno, en Berea. (15) Hag ar re a iea assambles gant Paol, a gassaz anezhan beteg Athen, hag, o veza bet an urz da lavaret da Silas ha da Dimoteus dond buhan d’hen kavoud, ez ejont kuit.
(16) E-pad ma oa Paol ouz ho gortoz en Athen, e oa kounnaret he galon, o velet ar gear-ze leun a idolou. (17) Komz a rea eta er sinagog gant ar Judevien hag ar re a zerviche Doue, ha bemdez er marc’halleac’h ouz ar re a vije eno. (18) Hag unan-benag euz ar philosophed Epicureaned ha Stoikied a rezone outhan ; ha lod a lavare : Petra a fell d’an teodec-ze da lavaret ? Ha re all : Seblantoud a ra prezeg doueou estranjour. Rag annons a rea dezhe ar c’helou mad euz a Jesus hag euz ar resurrection. (19) Hag, o veza kemeret anezhan, hen kasjont d’an Areopach, en eur lavaret : Ha ni a helfe gouzoud petra eo an doctrin nevez-ze euz a behini e komzez ? (20) Rag da glevet a reomp o lavaret traou estranj ; karoud a rafemp eta gouzout petra a zinifi an traou-ze. (21) Hogen, an Athenianed holl hag an estranjourien a oa en ho zouez, na dremenent ho amzer nemed o lavaret hag o klevet eur c’helou nevez-benag.
(22) Neuze Paol a zavaz e-kreiz an Areopach, hag a lavaraz : Athenianed, gwelet a ran ez oc’h devot braz d’an doueou en pep tra. (23) Rag en eur dremen, hag o consideri an traou a adorit, em euz kavet eun aoter var behini eo scrivet : D’an Doue Dizanaf. An hini eta a adorit heb hen anaoud, hennes eo a brezegan deoc’h. (24) An Doue pehini hen deuz great ar bed ha kement a zo enhan, o veza ma’z eo Aotrou an env hag an douar, na choum ket en templou great gant daouarn an dud. (25) Ha n’eo ket servichet gant daouarn an dud, evel pa hen defe ezom euz a eun dra-benag, pa ’z eo hen a ro d’an holl ar vuez, an alan ha pep tra. (26) Hag hen eo hen deuz great euz a eur goad hep-ken kement raç-tud a zo, evit choum en holl vroiou euz an douar, o veza merket an amzeriou hag an harzou euz ho choumach ; (27) evit ma klaskint an Aotrou, da velet hag int a helfe he gavoud, en eur he glask dre daston, petra-benag n’ema ket pell euz pep hini ac’hanomp. (28) Rag enhan e vevomp, e finvomp hag hon euz ar vuez ; evel m’ho deuz lavaret darn euz ho parzidi : Rag ni ive a zo he lignez. (29) Pa ’z omp eta lignez Doue, ne dleomp ket credi e vez an divinite henvel ouz an aour, pe ouz an arc’hant, pe ouz eur mean taillet gant dorn hag hervez ijin an den. (30) Mes Doue, o veza lezet an amzeriou a ignorans-ze da dremen, a lavar breman d’an dud, ma teuint holl, en peb leac’h, d’en em gonvertissa ; (31) rag merket hen deuz eun dervez, en pehini e varno ar bed hervez ar justis, dre an Den hen deuz lakeat evit se ; ha rei hen deuz great eur breuven certen euz a gement-se d’an holl, en eur resussita anezhan a-douez ar re varo......
(32) Pa glevjont komz euz a resurrection ar re varo, lod a reaz goab, hag ar re all a lavaraz : Eur vech all e klevimp ac’hanoud var gement-se. (33) Evel-se Paol a ieaz kuit euz ho zouez. (34) Koulskoude e oe unan-benag hag en em lakeaz assambles ganthan hag a gredaz ; e-touez pere e oa Denes, barner en Areopach, hag eur vaouez hanvet Damaris, ha re all c’hoas ganthe.
OUDE-ZE Paol, o veza eat kuit euz a Athen, a zeuaz da Gorint. (2) Hag o veza kavet eno eur Judeo, hanvet Akilas, ginidic euz ar Pont, hag a oa nevez deuet euz an Itali gant Priscilla he vreg, abalamour m’hen doa Claud gourc’hemenet d’an holl Judevien sortial euz a Rom, Paol a ieaz d’ho c’havout. (3) Ha dre ma oa euz ar memeus micher, e choumaz en ho zi, hag eno e vije o labourat, hag ho micher a oa ober tantennou. (4) Hogen hen a brezege er sinagog, bep devez sabbat, hag e lake ar Judevien hag ar Greked da gredi. (5) Ha pa oe deuet Silas ha Timoteus euz a Vacedonia, Paol, poulzet gant ar Spered, a destenie d’ar Judevien penaos Jesus a oa ar C’hrist.
(6) Mes, evel ma stourment, ha ma wall-gomzent outhan, hen a hijaz he zillad, hag a lavaraz dezhe : Ra gwezo ho koad varnoc’h hoc’h-unan ; neat oun euz a gement-se ; divar-vreman, ez in etrezeg ar Jentiled.
(7) Hag o veza eat ac’hane, ez eaz en ti eun den hanvet Justus, den a zoujans Doue, hag a oa he di stag euz ar sinagog. (8) Ha Crispus, chef ar sinagog, a gredaz en Aotrou gant holl tud he di ; ha kalz a Gorintied, hag a zeue da zelaou, a gredaz, hag a oe badezet.
(9) Hag an Aotrou, dre eur vizion, en noz, a lavaraz da Baol : N’az pe ket a aoun ; mes komz, ha na dav ket ; (10) rag me a zo ganez, ha den ne lakai he zaouarn varnoud, evit ober droug d’id ; rag bez’ em euz eur bobl vraz er gear-man. (11) Ha choum a reaz eno eur bloaz ha c’houec’h miz, o kelen ger Doue en ho zouez.
(12) Hogen, e-pad ma oa Gallion proconsul euz a Akaia, ar Judevien en em zavaz a-unan a-enep Paol, hag e tigasjont anezhan d’an tribunal, en eur lavaret : (13) He-man a ali an dud da zervicha Doue en eun doare a zo a-eneb al lezen. (14) Hag evel ma oa Paol o vond da zigeri he c’henou, Gallion a lavaraz d’ar Judezien : Ma vije kistion euz a eun injustis pe eun torfet-benag, O Judevien, me a zelaouje ac’hanoc’h, hervez ar rezon ; (15) mes mar d’eo kistion euz a zisput var eun doctrin, var hanoiou, ha var ho lezen, kement-se a zell ouzoc’h hoc’h-unan, rag ne fell ket d’in beza barner euz an traou-ze. (16) Hag e kassaz anezhe er meaz euz an tribunal. (17) Neuze an holl C’hreked, o veza croget en Sosthenes, chef ar sinagog, a skoe ganthan dirag an tribunal, ha Gallion na rea van e-bed euz a gement-se.
(18) Koulskoude Paol, goude beza choumet c’hoas eur pennad mad en Corint, a gimiadaz euz ar breudeur, hag a ieaz dre vor d’ar Syri, assambles gant Priscilla hag Akilas ; araog mond, hen doa lakeat troc’ha he vleo en Senkre, rag eur voeu hen doa great. (19) Neuze ec’h erruaz en Ephesus, hag e lezaz eno he gen-veajourien, mes o veza antreet er sinagog, en em lekeaz da rezoni gant ar Judevien, (20) hag ar re-man a bedaz anezhan da choum pelloc’h ganthe ; mes ne fellaz ket dezhan choum. (21) Hag e kimiadaz outhe, en eur lavaret dezhe : Red mad eo d’in ober ar gouel a zeu en Jerusalem ; mes distrei a rin d’ho kwelet, mar plij gant Doue ; hag ez eaz kuit euz a Ephesus. (22) Hag o veza erruet dre lestr en Cezare, e savaz da Jerusalem ; ha goude beza saludet an Iliz, e tiskennaz da Antiokia. (23) Ha goude beza choumet eno eur pennad amzer, ez eaz kuit, o vond euz an eil kear d’eben, dre vro ar Galatia hag ar Phrigia, en eur granvaad an holl diskibien.
(24) Hogen, erruoud a reaz en Ephesus eur Judeo, hanvet Apollos, ginidic euz a Alexandria, eun den a dalant ha disket braz er Scrituriou. (25) He-man a oa bet desket en hent an Aotrou, hag, o veza leun a fervor en he spered, e komze hag e kelenne gant aked divarben an traou a zell ouz an Aotrou, petra-benag na anaveze c’hoas nemed badiziant Ian. (26) Commans a reaz eta da gomz gant hardiegez er sinagog. Akilas ha Prisilla, o veza klevet anezhan, a zigemeraz anezhan, hag a zeskaz dezhan gwelloc’h hent Doue. (27) Hag o veza ma felle dezhan mond en Akaia, ar breudeur ho doa aliet anezhan da vond, a scrivaz d’an diskibien digemer mad anezhan. Pa oe erruet, e rentaz kalz a zervich, dre c’hras Doue, d’ar re ho doa credet. (28) Rag kendrec’hi a rea gant nerz ar Judevien dirag an holl, o tiskouez dre ar Scrituriou e oa Jesus ar C’hrist.
-PAD ma oa Apollos e Corint, Paol, goude beza tremenet dre ar c’hosteziou huella euz an Azi, a zeuaz da Ephesus. Eno e kavaz eun neubeud diskibien, hag e lavaraz dezhe : (2) Ha recevet hoc’h euz-hu ar Spered-Santel, pa’z oc’h deuet da gredi ? Respont a rejont dezhan : N’hon euz ket klevet zo-ken e vefe eur Spered-Santel. (3) Hag hen a lavaraz dezhe : Pe seurt badiziant hoc’h euz-hu eta recevet ? Ar re-man a lavaraz : Badiziant Ian. (4) Neuze Paol a lavaraz : Ian evit-gwir hen deuz badezet euz ar vadiziant a gonversion, en eur lavaret d’ar bobl credi en Hini a zeue var he lerc’h, da lavaret eo, er C’hrist Jesus. (5) O veza klevet kement-se, e oent badezet en hano an Aotrou Jesus. (6) Ha pa hen doe Paol astennet he zaouarn varnezhe, ar Spered-Santel a ziskennaz varnezhe, hag e komzent meur a seurt langach, hag e profetisent. (7) Ha var-dro daouzec a oa anezhe.
(8) Neuze oc’h antren er sinagog, e komzaz gant hardiegez e-pad tri miz, o prezeg hag o lakaad da gredi var ar pez a zell ouz rouantelez Doue. (9) Mes, evel ma oa lod hag en em galede ho c’halon ha na gredent ket, hag a zrouk-komze euz a hent an Aotrou dirag ar bobl, o veza lezet anezhe, e tispartiaz an diskibien diouthe, hag e prezege bemdez e scol unan hanvet Tirannus. (10) Hogen an dra-ze a badaz e-pad daou vloaz, en hevelep doare ma teuaz ar re holl a oa o choum en Azi, ken Judevien ken Greked, da glevet ger an Aotrou Jesus. (11) Ha Doue a rea burzudou dreist ordinal dre zaouarn Paol ; (12) en hevelep doare ma lekeet var an dud klanv mouchouerou ha lienennou ho doa touchet ouz he gorf, hag e vijent pareet euz ho c’hlenvejou, hag an drouk-sperejou a iea er meaz anezhe.
(13) Neuze darn euz an exorcisted judeo, pere a rede ar vro, en em lekeaz, evit gwelet, da c’hervel hano an Aotrou Jesus var ar re a oa dalc’het gant drouk-sperejou, en eur lavaret : Ni a gonjur ac’hanoc’h dre Jesus, an hini a zo prezeget gant Paol. (14) Ar re a rea kement-se a oa seiz mab da Scevas, eur judeo hag unan euz ar re genta e-touez ar veleien. (15) Mes an drouk-spered a respontaz dezhe : Anaoud a ran Jesus, ha gouzoud a ran piou eo Paol ; mes c’houi piou oc’h-hu ? (16) Hag an den a oa possedet gant an drouk-spered en em daolaz varnezhe, hag o veza trec’het anezhe, ho gwall-dretaz kement, ma tec’hjont euz an ti-ze en noaz ha gouliet.
(17) An dra-ze a oe anavezet gant an holl Judevien hag an holl Greked a oa o choum en Ephesus, hag e oent spountet-holl ; hag hano an Aotrou Jesus a oa glorifiet. (18) Ha kalz euz ar re ho doa credet, a zeue da ziscleria ha da anzav ar pez ho doa great. (19) Hag eun niver braz euz ar re ho doa great sorcerach, a zigassaz ho levriou, hag ho devaz dirag an holl ; ha pa oe countet ar priz anezhe, e oe kavet e save da hanter-kant mil pez arc’hant. (20) Evel-se e creske meurbed ger an Aotrou, o redec hag o krenvaad muioc’h-mui.
(21) Goude-ze, Paol en em broposaz, en he spered, treuzi ar Macedonia hag an Akaia, ha mond da Jerusalem, en eur lavaret : Goude ma vezin bet eno, e rankin ive gwelet Rom. (22) Hag o veza kasset en Macedonia daou euz ar re a oa ouz hen sicour, Timoteus hag Erastus, e choumaz c’hoas eur pennad amzer en Azi.
(23) Hogen c’hoarvezoud a reaz en amzer-ze eun drubuil ha ne oa ket bihan, divarben an doctrin. (24) Rag eun orfeber, hanvet Demetrius, pehini a rea en arc’hant poltrejou bihan euz a dempl Diana, hag a lake da c’hounid kalz an artizaned a vije ganthan, (25) a c’halvaz ar re-man assambles gant ar re all a rea ar seurt labouriou-ze, hag a lavaraz dezhe : O tud, gouzoud a rit penaos euz al labour-ze eo e teu hor gounidegez ; (26) ha gwelet a rit, hag e klevit lavaret penaos, n’eo ket hep-ken en Ephesus, mes kazi dre an Azi holl, hen deuz ar Paol-ze persuadet ha distroet kalz a dud, en eur lavaret n’int ket doueou ar re a zo great gant daouarn an dud. (27) Ha n’eo ket evidomp-ni hepken ez euz da ziwall ne vez gwall-vrudet hor micher, mes templ an itroun vraz Diana zo-ken a hell kweza en dismegans, hag ar vajeste anezhi, henoret en holl Azi hag er bed holl, a hell ive beza kasset da netra.
(28) Pa glevjont kement-se, e oent kounnaret-holl, hag e crijont, en eur lavaret : Braz eo Diana an Ephesied ! (29) Hag ar gear holl a oe leun a zireiz : hag e redjont holl assambles d’an theatr, o skleja ganthe Gaius hag Aristark, tud euz a Vacedonia, ha ken-veajourien da Baol. (30) Hogen Paol a felle dezhan mond dirag ar bobl ; mes an diskibien n’her permetjont ket dezhan. (31) Hag unan-benag memeus euz a chefou an Azi, pere a oa mignoned dezhan, a gassaz tud d’hen pedi n’ez aje ket d’an theatr. (32) Darn eta a lavare eun dra, ha re all eun dra all ; rag an assamble a oa direizet, hag an darnvuia na ouient ket evit petra e oant deuet assambles.
(33) Neuze e tenjont Alexandr euz a-greiz ar bobl, hag ar Judevien a lake anezhan er pen araog ; hag Alexandr, oc’h ober sin gant he zorn, a felle dezhan ho difen dirag ar bobl. (34) Mes, kerkent ha m’ho doe anavezet e oa eur Judeo, an holl en eur vouez, e-pad div heur, pe var-dro, a griaz : Braz eo Diana an Ephesied !
(35) Neuze ar greffier euz a gear, o veza lakeat ar bobl da choum sioul, a lavaraz : Tud a Ephesus, piou eo eta an den ha na oar ket penaos kear an Ephesied a zo consacret d’an doueez vraz Diana, evit diwall anezhi, hag he imach a zo diskennet euz an env ? (36) Pa’z eo gwir na hell den dislavaret kement-se, e tleit choum sioul, hag heb ober tra e-bed gant buhanegez. (37) Rag an dud-se hoc’h euz digasset aman, n’ho deuz great sacrilach e-bed, na lavaret blasphem e-bed a-enep ho toueez. (38) Mar hen deuz Demetrius hag an artizaned a zo ganthan eur c’hlem-benag da ober a-enep den, ez euz deveziou a audianç ha proconsuled ; ra c’halvo an eil egile d’al lez-varn. (39) Ha mar hoc’h euz eun dra-benag all da c’houlen, ec’h hello kement-se beza decidet en eun assamble hag a vezo hervez al lezen. (40) Rag en danjer omp da veza tamallet a revolt abalamour d’an drouz a zo bet hirio, pa n’euz rezon e-bed dre behini ec’h hellomp rei digarez d’an dud da veza bet en em zavet evel-hen. (41) Ha pa hen doe lavaret kement-se, e kassaz kuit an assamble.
A oe ehanet an drouz, Paol a c’halvaz an diskibien d’he gavoud, ha goude beza kimiadet outhe, e partiaz evit mond da Vacedonia.
(2) Goude m’hen doa tremenet dre ar c’hosteziou-ze, ha m’hen doa exhortet ar breudeur dre veur a brezegen, e teuaz d’ar Gres.
(3) Pa oe bet choumet eno tri miz, ar Judevien o veza stignet pechou dezhan, pa oa o vond da embarki evit ar Syri, ar breudeur a oe ali dezhan da zistrei dre ar Macedonia. (4) Hag e oe ambrouget beteg en Azi gant Sopater euz a Verea, Aristark ha Secondus euz a Dessalonika, Gaius euz a Zerb, Timoteus, Tichikus ha Trophimus, euz an Azi. (5) Ar re-man, o veza eat araog, a c’hortozaz ac’hanomp en Troas. (6) Ha ni, goude an deiziou euz ar bara hep goell, en em ambarkaz en Philippos, hag e teujomp en pemp devez d’ho c’havoud en Troas, en peleac’h e choumjomp seiz devez.
(7) D’an deiz kenta euz ar sizun, pa oa an diskibien dastumet evit terri ar bara, Paol, pehini a dlie mond kuit an deiz varlerc’h, a brezege dezhe, hag ec’h astennaz he brezegen beteg hanter-noz. (8) Hogen, bez’ e oa kalz a lampou er gampr huel leac’h ma oant en em dastumet. (9) Hag eun den yaouank, hanvet Eutikus, pehini a oa azezet var eur prenestr, a choumaz kousket-maro, e-pad ar brezegen hir a rea Paol, hag e-kreiz he gousk, e kwezaz euz an trede estach d’an traon, hag e oe savet ac’hane maro. (10) Mes Paol, o veza diskennet, en em astennaz varnezhan, hen kemeraz etre he zi-vreac’h, hag a lavaraz : Na vezit ket nec’het, rag ema he ene enhan. (11) Hag o veza pignet adare, hag o veza torret ar bara, ha debret, e komzaz outhe eur pennad mad, bete goulou-deiz, ha goude-ze ez eaz kuit. (12) Hogen, kas a rejont kuit an den yaouank beo, hag e oent consolet braz.
(13) Hogen ni, o veza eat araog var al lestr, a ieaz etrezeg Assos, en peleac’h e tliemp kemer Paol ; rag evel-se hen doa gourc’hemenet, o veza ma felle dezhan ober an hent var droad. (14) Pa oe eta en em gavet ganeomp en Assos, e kemerjomp anezhan, hag e teujomp da Vitylene. (15) Hag ac’hane, o vond dre vor, ec’h errujomp, an deiz varlerc’h, dirag Kios. An deiz varlerc’h e teujomp da Zamos, hag o veza choumet eur pennadic en Trogyll, e teujomp, an devez goude, da Vilet. (16) Rag Paol hen doa decidet tremen en tu all da Ephesus, evit na gollje ket a amzer en Azi, rag hasta a rea buhan evit en em gavout, mar doa possubl dezhan, en Jerusaiem, a-ben deiz ar Pentecost.
(17) Mes kas a reaz tud euz a Vilet da Ephesus, da c’hervel ar re ancien euz an Iliz. (18) Ha pa oent deuet d’hen kavoud, e lavaraz dezhe : C’houi a oar en pe seurt doare ez oun en em gomportet bepred en ho touez, adaleg an deiz kenta ma’z oun antreet en Azi ; (19) o servicha an Aotrou gant pep humilite, gant kalz a zaelou, hag en kreiz ar poaniou digouezet ganen dre guzuliou fall ar Judevien ; (20) ha penaos n’em euz kuzet diouzoc’h netra euz an traou a oa talvoudec deoc’h, ha n’oun ket bet manket d’ho discleria deoc’h, ha d’ho kelen dirag an holl, hag euz an eil ti d’egile ; (21) o prezeg d’ar Judevien hag ive d’ar Greked ar gonversion e-kenver Doue, hag ar feiz e-kenver Jesus-Christ hon Aotrou. (22) Ha breman, en liammou ar Spered, ez an da Jerusalem hep gouzout petra a dle c’hoarvezout ganen eno ; (23) nemed ma’z oun avertisset gant ar Spered-Santel ez euz, e pep kear, chadennou hag afflictionou ouz va gortoz. (24) Mes n’en em lakan en poan euz a netra, ha va buez n’eo ket precius d’in, gant ma peur-achuin gant joa va redaden hag ar garg em euz bet digant an Aotrou Jesus, da annons ar c’helou mad euz ar c’hras a Zoue. (25) Ha setu breman, ec’h ouzon ervad ne velot mui va bisach, c’houi holl e-touez pere em euz tremenet o prezeg rouantelez Doue. (26) Dre-ze ho kemeret a ran hirio da destou, ez oun neat euz ho koad holl. (27) Rag discleriet em euz deoc’h holl bolontez Doue, heb kuzat netra. (28) Likit evez eta ouzoc’h hoc’h-unan, hag ouz an holl denved var bere hen deuz ar Spered-Santel lakeat ac’hanoc’h da eskibien, evit diwall Iliz Doue, prenet ganthan gant he voad he-unan. (29) Rag me a oar penaos, goude ma vezin eat kuit, ec’h antreo gwall-vleizi en ho touez, ha na espernint ket an denved ; (30) hag e savo euz ho touez hoc’h-unan tud hag a brezego doctrinou fall, evit tenna an diskibien var ho lerc’h. (31) Beillit eta, o kaout sonj penaos, e-pad tri bloaz n’em euz ket ehanet noz-deiz da avertissa peb hini ac’hanoc’h gant daelou. (32) Ha breman, breudeur, e recommandan ac’hanoc’h da Zoue ha d’ar gomz euz he c’hras, dezhan pehini a hell ho krenvaad, ha rei deoc’h an heritach assambles gant an holl zent. (33) N’em euz c’hoanteet nag arc’hant, nag aour, na dillad den e-bed. (34) Ha gouzoud a rit hoc’h-unan penaos an daouarn-man ho deuz pourveet d’am ezomou ha da ezomou ar re a oa ganen. (35) Diskouezet em euz deoc’h en pep tra, penaos evel-se, en eur labourad, ez eo red sicour ar re febl, ha derc’hel sonj euz a gomzou an Aotrou Jesus, pehini hen deuz lavaret : Muioc’h a eürusted a zo o rei eged o receo.
(36) Pa hen doe lavaret kementse, en em lekeaz var he zaoulin, hag e pedaz ganthe holl. (37) Neuze an holl a oe beuzet en ho daelou, hag oc’h en em deurel da c’houzoug Paol, e pokent dezhan, (38) o veza glac’haret dreist holl abalamour m’hen doa lavaret na veljent mui he visach. Hag ez ejont d’hen ambroug beteg al lestr,
VEZA eta pignet el lestr, goude beza dispartiet diouthe, e teujomp var eün da Gos, hag an deiz varlerc’h da Rhod, hag ac’hane da Vatara. (2) Hag o veza kavet eul lestr hag a iea da Phenicia, e pignjomp enhan, hag ez ejomp kuit. (3) Neuze, o veza gwelet a-ziabell enezen Cyprus, e lezjomp anezhi en dorn kleiz, hag ez ejomp etrezeg ar Syri, hag e touarjomp en Tir, rag eno eo e tlie al lestr diskarga. (4) Hag o veza kavet an diskibien, e choumjomp eno seiz devez. Ar re-man a lavare da Baol, dre ar Spered, na dleje ket mond da Jerusalem. (5) Mes pa oe tremenet an deiziou-ze, ez ejomp er meaz hag en em lekejomp en hent, hag e teujont holl, gant ho gragez hag ho bugale, da ambroug ac’hanomp beteg er meaz a gear. Hag o veza daou-linet var an aod, e rejomp ar beden. (6) Ha goude beza briatet an eil egile, e pignjomp var al lestr ; hag int a zistroaz d’ar gear.
(7) Oc’h achui hor beach dre vor, euz a Dir e teujomp da Ptolemaïs, ha goude beza saluded ar breudeur, e choumjomp eun devez ganthe. (8) An deiz varlerc’h, Paol ha ni pere a oa ganthan, o veza partiet, e teujomp da Cezare ; hag o veza antreet en ti Philip an avieler, pehini a oa unan euz ar seiz diacon, e choumjomp ganthan. (9) He-man hen doa peder merc’h gwerc’hezed, pere a brofetise. (10) Evel ma choumjomp eno meur a zevez, e teuaz euz a Jude eur profet, hanvet Agabus. (11) Hag o veza deuet d’hor c’havoud, e kemeraz gouriz Paol, ha goude beza liammet he zaouarn hag he dreid he-unan, e lavaraz : Ar Spered-Santel a lavar an dra-man : An den da behini eo ar gouriz-man a vezo liammet evel-hen en Jerusalem gant ar Judevien, hag e livrint anezhan etre daouarn ar Jentiled. (12) Ha pa hor boe klevet kement-se, ni hag an dud ac’hane a bedaz Paol evit na bignje ket da Jerusalem. (13) Mes Paol a respontaz : Petra a rit-hu o wela hag oc’h ober d’in rann-galon ? Rag me a zo prest, n’e ket hep-ken da veza liammet, mes ive da vervel en Jerusalem evit hano an Aotrou Jesus. (14) Evel-se, pa n’hon doa ket gallet hen distrei, e choumjomp tranquil hag e leverjomp : Ra vezo great bolontez an Aotrou !
(15) Eun neubeud deiziou goude-ze, o veza great hor pakajou, e pignjomp da Jerusalem. (16) Hag eun diskibl-benag euz a Cezare a zeuaz ive ganeomp, o tigas ganthe Mnason, eun den euz a Cyprus, eun diskibl koz, e ti pehini e tliemp loja.
(17) Pa oemp erruet en Jerusalem, ar breudeur a zigemeraz ac’hanomp gant levenez. (18) Hag an deiz varlerc’h, Paol a zeuaz ganeomp da di Jakes, hag an holl re ancien en em zastumaz eno. (19) Ha goude m’hen doe ho briatet, e contaz dezhe piz an traou hen doa great Doue dreizhan, e-touez ar Jentiled. (20) Pa glevjont kement-se, e c’hlorifijont an Aotrou, hag e leverjont da Baol : Breur, gwelet a rez ped mil a zo euz ar Judevien hag ho deuz credet, hag holl emaint douget evit al lezen. (21) Hogen, klevet ho deuz divar da ben penaos e teskez an holl Judevien a zo e-touez ar Jentiled, da zilezel Moises, en eur lavaret dezhe na dleont ket circoncisa ho bugale, nag heuil ar c’hiziou. (22) Petra eta a zo da ober ? Sur a-walch ar bobl en em zastumo assambles ; rag klevet a raint ez oud erruet. (23) Gra eta ar pez ma’z eomp da lavaret : Pevar den hon euz hag ho deuz great eur voeu ; (24) kemer anezhe ganez, en em burifi assambles ganthe, ha pae ho dispignou, evit ma c’hellint touza ho fennou, ha ma ouezo an holl penaos n’eo ket gwir an traou ho deuz klevet divar da ben, mes e kendelc’hez da viret al lezen. (25) Evit ar pez a zell ar Jentiled pere ho deuz credet, hon euz decidet ha scrivet dezhe penaos na dlient miret netra euz ar seurt-se, mes hep-ken en em viret diouz ar pez a zo sacrifiet d’an idolou, diouz ar goad, diouz kig loened mouget ha diouz an debauch. (26) Neuze Paol, o veza kemeret an dud-se, hag o veza en em burifiet ganthe, a antreaz ganthe en templ an deiz var-lerc’h, hag a roaz da anaoud ped devez e padje ar burification, hag an deiz ma vije great an offrans evit pep hini anezhe.
(27) Hogen, evel ma oa ar seiz devez tost da veza echuet, ar Judevien euz an Azi, o velet anezhan en templ, a lakaz ar bobl holl d’en em zevel, hag a daolaz ho daouarn varnezhan, en eur grial : (28) Tud a Israel, sicourit ac’hanomp. He-man eo an den hag a brezeg en pep leac’h, ha dirag an holl, a-enep ar bobl a Israel, a-enep al lezen, hag a-enep al leac’h-man ; hag ouzpen-ze, digasset hen deuz c’hoas Greked en templ, hag hen deuz profanet al leac’h santel-man. (29) Rag gwelet ho doa araog Trophimus euz a Ephesus en kear ganthan, hag e credent hen doa digasset Paol anezhan ebarz an templ. (30) Hag ar gear holl en em zavaz, hag ar bobl a ziredaz di ; ha goude beza croget en Paol, e treinjont anezhan er meaz euz an templ ; ha kerkent e oe serret an norojou.
(31) Mes, evel ma klaskent laza anezhan, e teuaz ar vrud da gabiten ar c’hohort e oa ar gear a Jerusalem holl en dizurz. (32) He-man a gemeraz rag-tal ganthan soudarded ha kantenerien, hag a redaz etrezeg enhe ; ha pa veljont ar c’habiten hag ar zoudarded, e paouezjont da skei gant Paol. (33) Neuze ar c’habiten a dostaaz, hag a grogaz enhan, hag a gommandaz hen eren gant diou chaden ; ha goudeze e c’houlennaz piou e oa, ha petra hen doa great. (34) Mes e-touez ar bobl darn a grie en eun doare, darn en eun doare all ; dre na helle ket eta gouzout netra a zur, gant an drouz a oa, e commandaz kas anezhan d’ar c’hastel. (35) Ha pa oe erruet Paol var ar scalierou, e rankaz ar zoudarded hen dougen, abalamour da goler ar bobl, (36) rag eur bobl vraz az ea var he lerc’h, en eur grial : Laka anezhan d’ar maro !
(37) Pa oa Paol o vond da antren er c’hastel, e lavaraz d’ar c’habiten : Ha permetet eo d’in lavaret eun dra d’id ? Hag he-man a lavaraz : Gouzoud a rez eta ar gregach ? (38) Ha n’e ket te eo an Ejyptian-ze pehini, an deiziou diveza-man, hen deuz lakeat ar bobl da zevel, hag hen deuz kasset ganthan d’an dezert pevar mil dorfetour ? (39) Paol a respontaz : Me a zo eur Judeo, euz a Dars, ar gear vrudet-se euz a Cilicia ; da bedi a ran stard da lezel ac’hanoun da gomz ouz ar bobl. (40) Ha pa hen doe permetet dezhan, Paol, oc’h en em zerc’hel en he za var ar pazennou, a reaz sin gant he zorn d’ar bobl ; ha pa ho doe roet peoc’h, e komzaz en langach hebrach, hag e lavaraz :
UD breudeur ha tadou, selaouit breman ar pez em euz da lavaret deoc’h evit va difen.
(2) Ha pa glevjont e komze dezhe en langach hebrach e choumjont c’hoas sioulloc’h.
(3) Hag e lavaraz : Me a zo eur Judeo, ginidic euz a Dars, en Cilicia, mes savet oun bet er gear-man e-c’harz treid Gamaliel, ha kelennet mad e lezen hon tadou, o veza devot braz e-kenver Doue, evel ma’z oc’h c’houi holl hirio. (4) Persecutet em euz an doctrin-man beteg ar maro, o liamma hag o lakaad er prizon ar oazed kerkoulz hag ar merc’hed, (5) evel ma’z eo test d’in ar beleg-braz, hag holl gonseil ar re Ancien. Memeus goude beza recevet diganthe lizerou evit ar breudeur, ez iz da Zamas, evit digas ar re a oa eno liammet da Jerusalem, evit beza punisset. (6) Hogen, c’hoarvezoud a reaz, pa oann en hent, ha pa dostaen euz a Zamas, var-dro kreiz-deiz, ma teuaz en eun taol eur sclerijen vraz euz an env da lugerni en-dro d’in. (7) Hag o veza kwezet d’an douar, e kleviz eur vouez hag a lavare d’in : Saul, Saul, perag e persecutez-te ac’hanoun ? (8) Ha me a respontaz : Piou oud-de, Aotrou ? Hag hen a lavaraz d’in : Me eo Jesus a Nazaret, pehini a bersecutez. (9) Hogen, ar re a oa assambles ganen a velaz mad ar sclerijen, hag e oent spountet ; mes na glevjont ket mouez an hini a gomze ouzin. (10) Neuze e liviriz : Aotrou, petra a rin-me ? Hag an Aotrou a respontaz d’in : Sav, ha kea da Zamas, hag eno e vezo lavaret d’id an holl draou a dleez da ober. (11) Hag evel na velen taken gant sked ar sclerijen-ze, ar re a oa ganen a renaz ac’hanoun dre va dorn, hag ez iz da Zamas.
(12) Hogen, Ananias, eun den devot, hervez al lezen, da behini an holl Judevien a choume eno a roe eun desteni vad, a zeuaz d’am c’havoud ; (13) hag o veza tosteet, e lavaraz d’in : Saul, va breur, receo ar gwelet. Ha kerkent e veliz anezhan. (14) Hag e lavaraz d’in : Doue hon tadou hen deuz da choazet evit ma c’hanavezi he volontez, ha ma veli ar Just, ha ma klevi ar c’homzou euz he c’henou. (15) Rag te a vezo test dezhan dirag an holl dud, euz an traou ec’h euz gwelet ha klevet. (16) Ha breman, perag e taleez-te ? Sav, receo ar vadiziant ha bez gwalc’het euz da bec’hejou, en eur c’hervel hano an Aotrou.
(17) Hogen, c’hoarvezoud a reaz ganen, pa oann distro da Jerusalem, hag o pedi en templ, beza extasiet a spered ; (18) hag e veliz Jesus, hag a lavare d’in : Hast, ha kea buhan er meaz euz a Jerusalem ; rag na gredfont ket an desteni a roi ac’hanoun. (19) Hag e liviriz : Aotrou, gouzoud a reont ho-unan penaos e laken er prizon hag e laken skourjeza er sinagogou ar re a grede enoud ; (20) ha pa oe skulliet goad da verzer (dest), Stefan, e oann ive va-unan eno, hag e consanten d’he varo, hag e oann o tiwall dillad ar re a laze anezhan. (21) Mes hen a lavaraz d’in : Kea ; rag me a gasso ac’hanoud gwall bell etrezeg ar Jentiled . . .
(22) Beteg ar gomz-ze e selaoujont anezhan ; mes neuze e savjont ho mouez, en eur lavaret : Lam ar seurt den-ze divar an douar ; rag n’eo ket dign da veva. (23) Hag evel ma crient, ha ma c’hijent ho dillad, ha ma taolent poultren en ear, (24) ar c’habiten a c’hourc’hemenaz hen kas d’ar c’hastel, hag e c’hourc’hemenaz ma vije interrojet ha skourjezet gant ar walen, evit gouzout perag e crient evel-se a-enep dezhan.
(25) Mes pa ho doe liammet anezhan gant lerennou, Paol a lavaraz d’ar c’hantener a oa eno : Ha permetet eo deoc’h skourjeza eur bourc’hiz roman, heb ma vez bet barnet ? (26) Ar c’hantener, o veza klevet kement-se, a ieaz d’hen lavaret d’ar c’habiten, en eur lavaret : Laka evez petra a ri ; rag an den-ze a zo Roman. (27) Neuze e teuaz ar c’habiten, hag e lavaraz dezhan : Lavar d’in, ha te a zo bourc’hiz roman ? Hag hen a respontaz : Ia. (28) Ar c’habiten a respontaz : Kalz a arc’hant eo bet coustet d’in dond da veza bourc’hiz a Rom. Ha me, eme Paol, a zo roman abaoe ma’z oun ganet. (29) Ar re eta a dlie hen skourjeza evit ober dezhan anzav, en em dennaz kerkent ; hag ar c’habiten ive a gemeraz aoun, pa velaz e oa Roman, hag hen doa lakeat hen liamma.
(30) An deiz varlerc’h evel ma felle dezhan gouzoud evit petra e oa tamallet gant ar Judevien, e lekeaz hen diliamma, hag o veza kemennet da brinsed ar veleien ha d’an holl Sanhedrin en em assambli, e tigassaz Paol d’an traon, hag a lekeaz anezhan en ho c’hreiz.
AOL, o sellet stard ouz ar Sanhedrin, a lavaraz : Va breudeur, beteg-hen em euz bevet dirag Doue e peb coustians vad. (2) Var ar ger-ze, Ananias, ar beleg-braz, a c’hourc’hemenaz d’ar re a oa tost dezhan, hen skei var he visach. (3) Neuze Paol a lavaraz dezban : Doue a skoio ac’hanoud, moger gwennet ; rag azezet oud evit va barna hervez al lezen ; hag o terri al lezen, e c’hourc’hemenez skei ac’hanoun. (4) Hogen, ar re a oa eno, a lavaraz dezhan : Penaos e credez-te gwall-gomz ouz beleg-braz Doue ? (5) Paol a respontaz : Breudeur, na ouien ket e oa hennes ar beleg-braz ; rag scrivet eo : Na zroug-komzi ket euz a brins da bobl.
(6) Hogen Paol, o c’houzoud e oa Saduceed eul loden euz he varnerien, hag eul loden all Farizianed, a griaz er Sanhedrin : Tud breudeur, Farizian oun, mab da eur Farizian, hag abalamour d’an esperans ha da resurrection ar re varo eo e varner ac’hanoun. (7) Ha pa hen doe lavaret kement-se, e c’hoarvezaz eun disput etre ar Farizianed hag ar Saduceed ; hag an assamble a oe rannet e diou loden. (8) Rag ar Saduceed a lavar penaos n’ez euz na resurrection, nag eal, na spered ; mes ar Farizianed a anavez an eil hag egile. (9) Evel-se e c’hoarvezaz eun drouz vraz. Hag ar Scribed euz a du ar Farizianed a zavaz, hag a stourme ouz ar re all, en eur lavaret : Ni ne gavomp droug e-bed en den-ze, ha mar hen deuz eur spered pe eun eal komzet outhan, na reomp ket a vrezel da Zoue. (10) Hag evel ma oa savet eun disput vraz, ar c’habiten, gant aoun ne vije Paol dismantret ganthe, a c’hourc’hemenaz d’ar zoudarded disken, da lemmel anezhan euz ho c’hreiz, hag he gas d’ar c’hastel.
(11) An noz varlerc’h, an Aotrou en em brezantaz da Baol, hag a lavaraz dezhan : Paol, kemer courach ; rag, evel ma ec’h euz roet testeni ac’hanoun en Jerusalem, evel-se eo red ive e rofez testeni e Rom.
(12) Pa oe deuet an deiz, eur re-benag euz ar Judevien a reaz eur c’homplot, hag a c’houlennaz malloz varnezhe ho-unan, mar debrjent pe ma c’hevjent, araog ma ho divije lazet Paol. (13) Ar re ho doa touet kement-se a oa anezhe ouz-pen daou-ugent. (14) Hag ez ejont da gavout prinsed ar veleien hag ar re Ancien, hag e leverjont dezhe : Touet hon euz, dindan poan da veza milliget, ne zebrjemp seurt ebed, ken hor bije lazet Paol. (15) Rag-se eta breman c’houi, gant ar Sanhedrin, livirit d’ar c’habiten lakaad hen disken varc’hoas en ho kreiz, evel pa fellfe deoc’h examina pissoc’h he affer ; ha ni a zo prest d’hen laza araog ma c’herruo.
(16) Mes mab c’hoar Paol, o veza klevet ar c’homplot-se, a zeuaz, hag o veza eat er c’hastel, a roaz kement-se da anaoud da Baol. (17) Ha Paol, o veza galvet unan euz ar c’hantenerien, a lavaraz dezhan : Kas an den yaouank-man d’ar c’habiten, rag eun dra-benag hen deuz da ziscleria dezhan. (18) Ar c’hantener o veza kemeret anezhan, hen kassaz d’ar c’habiten, hag a lavaraz dezhan : Paol, ar prizonier, hen deuz va galvet ha va fedet da zigas d’id an den yaouank-man, pehini hen deuz eun dra-benag da lavaret d’id. (19) Hag ar c’habiten, o cregi en he zorn, en em dennaz a-gostez ganthan, hag a c’houlennaz diganthan : Petra ec’h euz-te da ziscleria d’in ? (20) Hag hen a lavaraz : Ar Judevien a zo en em glevet evit pidi ac’hanoud da zigas Paol varc’hoas d’ar Sanhedrin, evel pa ho defe c’hoant da examiha pissoc’h he affer. (21) Mes n’ed a ket da fizioud enhe ; rag bez’ ez euz ouz-pen daou-ugent anezhe hag a stign pechou dezhan, hag a zo en em westlet dre le, da choum hep debri nag eva, ken ho devezo lazet anezhan ; hag emaint breman prest, o c’hortoz da respont.
(22) Ar c’habiten eta a gassaz kuit an den yaouank, goude beza berzet anezhan na lavarje da zen hen doa discleriet kement-se dezhan. (23) Hag o veza galvet daou gantener, e lavaraz dezhe : Dalc’hit prest daou c’hant soudard, deg ha tri-ugent cavalier ha daou c’hant archer, da vond da Cezare d’an derved heur euz an noz. (24) Preparit ive loened evit lakaad Paol varnezbe, hag hen kas sur da Felix ar gouarner. (25) Hag hen a scrivaz dezhan eul lizer er giz-man : (26) Claud Lysias, d’ar gouarner mad meurbed Felix, salud ! (27) Ar Judevien ho doa croget en den-man, hag a oa o vond d’hen laza, pa oun deuet gant ar vanden zoudarded, hag em euz tennet anezhan diganthe, o veza anavezet e oa Roman. (28) Hogen, dre ma felle d’in gouzout petra a damallent dezhan, em euz great dezhan disken en ho Sanhedrin. (29) Hag em euz kavet penaos eo tamallet var draou euz ho lezen, mes n’ed eo karget a grim e-bed dign a varo nag a brizon. (30) Hag, o veza bet avertisset ho doa stignet ar Judevien pechou dezhan, em euz hen kasset kerkent d’id, o c’hourc’hemen d’ar re hen tamalle lavaret dirazoud petra ho deuz a-enep dezhan. Ken-a-vezo.
(31) Ar zoudarded eta, hervez an urz ho doa bet, a gemeraz Paol, hag a gassaz anezhan en noz da Antipatris. (32) Hag an deiz varlerc’h, o veza lezet ar gavalierien da vond ganthan, e tistrojont d’ar c’hastel. (33) Ar gavalierien, o veza arruet en Cezare, a roaz al lizer d’ar gouarner, hag a lekeaz ive Paol dirazhan. (34) Hag ar gouarner, o veza lennet al lizer, a c’houlennaz a be seurt provinç e oa Paol ; hag o klevet e oa euz a Cilicia, e lavaraz dezhan : (35) Me a zelaouo ac’hanoud pa vezo deuet da damallerien. Hag e c’hourc’hemenaz hen derc’hel e lezvarn Herodes.
EMP devez goude-ze, Ananias, ar beleg-braz, a ziskennaz gant darn euz ar re Ancien hag eun avocat, hanvet Tertullus, pere a zougaz clem a-enep da Baol. (2) Paol o veza bet galvet, Tertullus a gommansaz d’hen tamal, en eur lavaret : (3) Anzav a reomp e pep tra ha dre holl, ha gant peb seurt actionou a c’hras, O Felix mad meurbed, e meump an heur-vad da gaoud eur peoc’h parfet, dre da zicour ha dre an oberou kaer a zo bet great d’ar bobl-man, dre ar zourci ec’h euz bet anezhi. (4) Mes evit na zalc’hfomp ket ac’hanoud re bell, e pedan ac’hanoud da zelaou, en da vadelez, ar pez em euz da lavaret en ber gomzou : (5) Ni hon euz kavet an den-man, pehini a zo eur vossen, hag a laka trouz etre ar Judevien dre ar bed holl, hag a zo ar pen euz a sect an Nazareaned, ha pehini c’hoas hen deuz klasket profani an templ. (6) Ni hon doa croget enhan, hag e felle deomp hen barna hervez hon lezen ; (7) mes ar c’habiten Lysias a zo deuet, hag hen deuz lammet anezhan dre fors euz tre hon daouarn, (8) o c’hourc’hemen d’ar re hen tamalle dond d’az kavout. Gallout a ri da-unan gouzoud diganthan, en eur interroji anezhan, an holl draou euz a bere e tamallomp anezhan. (9) Ar Judevien en em lekeaz ive deuz costez ar re hen tamalle, en eur lavaret e oa pep tra evel-se.
(10) Mes Paol, goude m’hen doe ar gouarner great sin dezhan da gomz, a respontaz : O veza ma c’houzon ez euz meur a vloaz emoud barner var an nation-man, e komzan gant muioc’h a fizians evit en em difen ; (11) rag gouzoud a hellez penaos n’euz ket ouz-pen daouzec dervez abaoe ma’z oun pignet da Jerusalem evit adori. (12) N’ho deuz va c’havet o tisput gant den e-bed en templ, nag o tastum ar bobl er sinagogou, nag en kear, (13) ha na hellfent ket prouvi an traou euz a bere e tamallont ac’hanoun breman. (14) Koulskoude ec’h anzavan an dra-man ouzid, penaos e servichan Doue va zadou-koz, hervez an doctrin e c’halvont herezi, o cridi an holl draou a zo scrivet el lezen hag er brofeted ; (15) hag o kaoud en Doue an esperans-se ho deuz ho-unan, penaos e c’hoarvezo resurrection ar re varo, kerkoulz ar re just evel ar re injust. (16) Abalamour da ze eo e labouran, evit kaout bepred eur goustians divlam dirag Doue ha dirag an dud. (17) Hogen, goude meur a vloaz, ez oun deuet da zigas d’am nation aluzennou hag offransou. (18) Ha pa oann oc’h ober ze, unan-benag euz a Judevien an Azi a gavaz ac’hanoun purifiet en templ, hep kalz a dud na trouz. (19) Int ho-unan a dleje beza deuet aman dirazoud da damal ac’hanoun, mar ho divije bet eun dra-benag da lavaret a-enep d’in. (20) Mes ra zeui ar re-man eta da ziscleria hag int ho deuz kavet ac’hanoun coupabl euz a eun dra-benag, pa’z oun bet lakeat dirag ar Sanhedrin, (21) nemed ne vez euz ar gomz-man hep-ken em euz bet lavaret a vouez huel pa oann dirazhe : Abalamour da resurrection ar re varo eo ez oun barnet hirio ganeoc’h.
(22) Pa glevaz Felix kement-se, dre ma c’hanaveze gwelloc’h an traou a zell ouz an doctrin, e kassaz anezhe da eur vech all, en eur lavaret : Pa vezo deuet ar c’habiten Lysias, ec’h examinin mad hoc’h affer. (23) Hag e c’hourc’hemenaz da eur c’hantener diwall Paol, mes lezel ganthan eun tam liberte, hep herzel euz he dud d’hen servicha pe da zond d’he velet.
(24) Eun neubeud deiziou goude-ze, Felix, o veza deuet gant Drusilla, he vreg, pehini a oa Judeves, a gassaz tud da gerc’hat Paol, hag e selaouaz anezhan divarben ar feiz er C’hrist. (25) Hag evel ma komze Paol divarben ar justis, an demperans hag ar varn da zond, Felix, spountet-holl, a lavaraz dezhan : Kea kuit evit breman, ha pa gavin eun amzer favorabl-benag, e c’halvin ac’hanoud. (26) Esperoud a rea ive e vije roet arc’hant dezhan gant Paol, evit ma laoskje anezhan en he liberte ; evit se eo e kasse alies tud d’he gerc’hat hag e komze ganthan.
(27) Daou vloaz a dremenaz evel-se, hag e teuaz Porcius Festus e plas Felix ; ha Felix, evit ober plijadur d’ar Judevien, a lezaz Paol er prizon.
ESTUS eta o veza erruet er provinç, a bignaz, tri devez goude, euz a Cezare da Jerusalem. (2) Neuze ar beleg-braz, hag ar re genta euz a-douez ar Judevien, a zougaz clem dirazhan a-enep Paol ; (3) ouz he bedi, e c’houlennent diganthan, evit noazoud da Baol, m’hen divije ar vadelez da lakaad hen digas da Jerusalem, rag lakeat ho doa tud kuzet da c’hedal, evit hen laza en hent. (4) Mes Festus a respontaz e oa Paol diwallet-mad en Cezare, hag e tlie he-unan mond di hep-dale. (5) Ra zeui eta, eme-z’han, ar re vrassa ac’hanoc’h da zisken assambles ganen, ha ra damallint an den-ze mar d’euz eun dra-benag a-enep dezhan.
(6) Festus na choumaz en ho zouez nemed eiz pe deg devez, hag a ziskennaz neuze da Cezare ; hag an deiz varlerc’h, o veza azezet var he dribunal, e c’hourc’hemenaz digas Paol. (7) Pa oe deuet, ar Judevien a oa diskennet euz a Jerusalem en em lekeaz en-dro dezhan, o tougen a-enep Paol kalz a wall damallou, ha na hellent ket ho frouvi. (8) Eleac’h Paol a lavare evit en em difen : N’em euz pec’het e tra e-bed nag a-enep lezen ar Judevien, nag a-enep an templ, nag a-enep Cezar. (9) Koulskoude Festus, o c’hoantaad ober plijadur d’ar Judevien, a gomzaz ouz Paol, hag a lavaraz dezhan : Ha te a garfe pignat da Jerusalem, ha beza barnet eno dirazoun var an traou-ze ? (10) Ha Paol a lavaraz : Dirag tribunal Cezar emoun ; aman eo red d’in beza barnet ; n’em euz great gaou e-bed ouz ar Judevien, evel ma c’houzoud ervad. (11) Mar em euz great eun injustis-benag, pe eun torfet-benag hag a vez dign a varo, na refusan ket mervel ; mes mar n’euz netra a wir en traou a damallont d’in, den na hell va livra dezhe ; Ouz Cezar e ran appel. (12) Neuze Festus, goude beza komzet gant he gonseil, a respontaz : Ouz Cezar ec’h euz great appel, da Cezar ez i.
(13) Eun neubeud deiziou goude, ar roue Agrippa ha Berenis a zeuaz da Cezare, evit saludi Festus. (14) Hag evel ma choumjont eno meur a zevez, Festus a roaz da anaoud d’ar roue affer Paol, en eur lavaret : Felix hen deuz lezet aman eun den, prizonier, (15) a-enep pehini prinsed ar veleien ha re ancien ar Judevien ho deuz douget clem pa oann en Jerusalem, o c’houlen ma vije condaonet. (16) Respontet em euz dezhe n’ema ket ar c’hiz e-touez ar Romaned da livra eun den d’ar maro, ken n’hen deve bet an hini a zo tamallet he damallerien a-zirazhan, ha ken n’hen deve bet al liberte d’en em zifen euz ar pez a damaller dezhan. (17) Goude eta ma’z int bet en em assamblet aman, heb nep dale an deiz varlerc’h, ec’h azeziz var an dribunal, hag e roiz urz da zigas an den-ze. (18) Ar re hen tamalle, o veza en em brezantet, n’ho deuz douget en he enep hini e-bed euz ar c’hlemmou a zonjen. (19) Mes bet ho deuz ganthan eun disput-benag divarben ho relijion ho-unan, ha divarben eur Jesus maro, a gendalc’he Paol da lavaret e oa beo. (20) Hogen, evel ma oann en douetans var gement-se, e c’houlenniz diganthan ha felloud a rea dezhan mond da Jerusalem, ha beza barnet eno var an traou-ze. (21) Mes Paol o veza great appel, evit ma vije barnet he broces gant an impelaer, em euz gourc’hemenet he zerc’hel bete ma kassin anezhan da Cezar. (22) Neuze Agrippa a lavaraz da Festus : Me a garfe ive klevet an den-ze. Varc’hoas, eme Festus, e klevi anezhan.
(23) An deiz varlerc’h eta, Agrippa ha Berenis a zeuaz gant kalz a lorc’haj, ba pa oent antreet e leac’h an audians, gant ar c’habitaned hag an dud kenta euz a gear, e oe digasset Paol dre urz Festus. (24) Neuze Festus a lavaraz : Roue Agrippa, ha c’houi holl pere a zo aman prezant ganeomp, gwelet a rit an den a-enep pehini eo deuet holl bobl ar Judevien d’am c’havoud, en Jerusalem hag aman, o crial ne oa ket gleet hen lezel pelloc’h da veva. (25) Mes, o veza kavet penaos n’hen doa great netra dign euz ar maro, ha dre ma hen deuz he-unan great appel d’an impelaer, em euz resolvet hen kas dezhan. (26) N’em euz tra sclear e-bed da scriva d’an impelaer divar he ben, rag-se em euz hen digasset dirazoc’h, ha dreist holl dirazoud, roue Agrippa, evit m’em bezo eun dra-benag da scriva, goude ma vezo bet interrojet. (27) Rag ne zeblant ket d’in e vez deread kas eur prizonier, hep merka ive ar pez a damaller dezhan.
EUZE Agrippa a lavaraz da Baol : Permetet eo d’id komz evidoud da-unan. Neuze Paol, o veza astennet he zorn, a gomzaz evel-hen evit he zifen :
(2) Eürus en em gavan, roue Agrippa, abalamour ma em euz da ober va difen hirio dirazoud, divarben an holl draou euz a bere ez oun tamallet gant ar Judevien, (3) ha dreist-holl dre ma c’houzon ec’h anavezez ervad an holl giziou hag an holl gistionou a zo etouez ar Judevien ; rag-se e pedan ac’hanoud d’am zelaou gant patianted. (4) Evit ar pez a zell ouz ar vuez em euz renet, abaoe va yaouankiz, en doare ma’z eo tremenet abaoe ar pen-kenta, e-touez va fobl, en Jerusalem, anavezet eo gant an holl Judevien. (5) Rag gouzoud a reont, abaoe ar pen-kenta (mar fell dezhe rei testeni var gement-se), penaos em euz bevet evel eur Farizian, oc’h heuil ar reglen rusta-ze euz hon relijion. (6) Ha breman ez oun lakeat da veza barnet abalamour d’am esperans er bromessa hen deuz great Doue d’hon tadou, (7) hag euz a behini hon daouzec tribu, pere a zervich Doue dalc’h-mad, noz-deiz, a zo o c’hortoz an accomplissamant. Abalamour d’an esperans-ze, roue Agrippa, ez oun tamallet gant ar Judevien. (8) Petra ! ha c’houi a gav diez credi e teufe Doue da resussita ar re varo ? (9) Gwir eo penaos, evidoun-me, em boa credet e oa va dever stourm gant nerz a-enep hano Jesus a Nazaret. (10) Hag hen ober a riz ive en Jerusalem. Lakaad a riz kalz a zent er prizon, goude beza bet ar galloud-se digant prinsed ar veleien, ha pa vijent lakeat d’ar maro, e roen va mouez a-enep dezhe. (11) Hag o punissa anezhe alies en holl sinagogou, e ren dezhe blasphemi ; hag o veza kounnaret holl en ho enep, e persecuten anezhe beteg er c’heariou estranjour.
(12) Hag evel ma oann o vond evit se da Zamas, gant galloud ha gant eur brocuration euz a-berz prinsed ar veleien, (13) var-dro kreiz an deiz, o roue, pa oann en hent, e veliz eur sclerijen euz an env, skedussoc’h eged an heol, hag a lugernaz en-dro d’in, ha d’ar re a rea hent assambles ganen. (14) Hag o veza kwezet holl d’an douar, e kleviz eur vouez o komz ouzin, hag ar vouez a lavare din, en langach hebrach : Saul, Saul, perag e persecutez-te ac’hanoun ? Kalet e vez d’id stourm ouz ar broudou. (15) Neuze e liviriz : Piou oud-de, Aotrou ? Hag hen a respontaz : Me eo Jesus, pehini a bersecutez. (16) Mes sav, hag en em zalc’h var da dreid, rag en em ziskouezet oun d’id evit da lakaad da vinistr ha da dest euz an traou ec’h euz gwelet, hag euz ar re evit pere en em ziskouezin d’id c’hoas. (17) Choazet em euz ac’hanoud a-douez ar bobl-man hag a-douez ar Jentiled, ha breman e kassan ac’hanoud etrezeg enhe, (18) evit digeri dezhe ho daou-lagad, hag ober dezhe tremen euz an devalijen d’ar sclerijen, hag euz a c’halloud Satan da Zoue, evit ma recevint dre ar feiz enoun ar pardon euz ar pec’hejou, ha lod en heritach ar zent.
(19) Dre-ze, roue Agrippa, n’em euz ket stourmet euz ar vizion euz an env ; (20) mes prezeget em euz da genta d’ar re a zo en Damas, ha goude en Jerusalem, ha dre ar Jude holl, ha d’ar Jentiled, da gaout keuz, ha da zistrei ouz Doue, oc’h ober oeuvrou dign euz ar gonversion. (21) Abalamour da gement-ze eo ho deuz ar Judevien klasket va laza, goude beza kemeret ac’hanoun en templ. (22) Mes, dre zicour Doue, ez oun choumet em buez beteg hirio, o rei testeni dirag ar re vihan ha dirag ar re vraz, hag o lavaret netra nemed ar pez ho deuz Moises hag ar brofeted lavaret a dlie c’hoarvezout, da lavaret eo, (23) e tlie ar C’hrist souffr, hag, evel ma’z eo ar c’henta resussitet a-douez ar re varo, e tlie annons ar sclerijen d’ar bobl-man ha d’ar Jentiled.
(24) Pa oa o lavaret kement-se evit en em difen, Festus a lavaraz gant eur vouez krenv : Kollet ec’h euz da skiant, Paol, da zeskadurez vraz a laka ac’hanoud da ziskianta. (25) Mes Paol a lavaraz : Na ziskiantan ket, o Festus mad meurbed ; mes lavaret a ran komzou gwir hag a skiant-vad. (26) Ar roue a anavez an holl draou-man ; ha me a gomz anezhe gant hardiegez dirazhan, rag persuadet oun n’euz hini euz an traou-man kuzet diouthan, rag n’int ket bet great e-kuz. (27) Roue Agrippa, ha na gredez-te ket ar brofeted ? Me a oar e credez. (28) Hag Agrippa a lavaraz da Baol : Emoun kazi gounezet ganez da veza christen. (29) Ha Paol a lavaraz dezhan : Plijet gant Doue ma vijec’h, n’e ket te hep-ken, mes ive kement hini a zelaou ac’hanoun hirio, kazi henvel, hag henvel parfet ouzin-me, nemed er pez a zell euz al liammou-man !
(30) Goude m’hen doe lavaret Paol kement-se, ar roue, ar gouarner ha Berenis hag ar re a oa azezet ganthe, a zavaz. (31) Hag en eur vond kuit, e lavarent an eil d’egile : An den-ze n’hen deuz great netra da veritoud ar maro nag ar prizon. (32) Hag Agrippa a lavaraz da Festus : An den-ze a helle beza laosket en he liberte, ma n’hen divije ket great appel da Cezar.
OUDE ma oa bet decidet ez ajemp dre vor d’an Itali, e oe livret Paol hag eun neubeud prizonerien all da eur c^hantener euz a gohort Augustus, hanvet Julius ; (2) hag o veza pignet var eul lestr euz a Adramyt, ez ejomp en hent gant an intantion da douch ouz porzou-mor douar an Azi, ha beza e oa ganeomp Aristark, eur Macedoniad euz a Dessalonika. (3) An deiz varlerc’h, ec’h arrujomp en Sidon ; ha Julius, o treti Paol gant dousder, a bermetaz dezhan mond da velet he vignoned, da veza soulajet ganthe. (4) Goude beza eat ac’hane, e navigjomp dindan enez Cyprus, rag an avel a oa a-enep. (5) Ha goude beza treuzet mor Cilicia ha Pamphylia, e teujomp da Vyrrha, en bro Lycia, hag ar c’hantener, (6) o veza kavet eno eul lestr euz a Alexandria hag a iea d’an Itali, a reaz deomp mond ebarz. (7) Ha dre ma n’hon doa ket avancet kalz e-pad meur a zevez, ha ma oamp a-boan erruet dirag Gnidus, abalamour na bermete ket an avel deomp, e tremenjomp izelloc’h eged enez Creta var-zu Salmon ; (8) hag o vond gant poan a-biou dezhi, e teujomp da eul leac’h hanvet Porziou-kaer, tost da behini ema ar gear a Lase.
(9) Dre ma oa tremenet kalz a amzer, ha ma oa deuet ar mor da veza danjeruz, o veza ma oa dija tremenet amzer ar iun, (10) Paol a avertissaz anezhe, hag a lavaraz dezhe : Gwelet a ran, goazed, e vezo hor beach leun a zanjerou hag a gollou braz, n’e ket hep-ken evit al lestr hag ar garg a zo enhan, mes ive evidomp-ni. (11) Mes ar c’hantener a grede kentoc’h d’ar sturier ha da berc’hen al lestr, eged d’ar pez a lavare Paol. (12) Hag o veza ne oa ket mad ar porz-ze evit goanvi, an darnvuia a oa ho ali mond kuit ac’hane, ha klask mond, mar galjent, bete Phoenice, eur porz euz a Greta, hag a zo troet var-zu an avel a zeu euz an Afric, etre an Nord hag ar C’huz-heol, evit gallout tremen ar goanv eno. (13) Hag an avel euz ar c’hreizteiz o veza deuet da c’houeza goustadic, e credjont e teujent a-ben euz ho mennoz, hag o veza savet an heor, e ribljont tost da enez Creta.
(14) Mes eun neubeud goude, e savaz eun avet foll, a c’halver Euroclydon, hag a c’houeze var-zu an aod. (15) Al lestr a oe treinet, hag evel na helle ket harz ouz an avel, hen lezjomp da vond ; (16) ha pa hor boe tremenet izelloc’h eged eun enezen vihan, hanvet Clauda, gant kalz a boan ec’h helljomp derc’hel ar vag. (17) Mes goude m’ho doe savet anezhi, ar vortoloded a reaz usach a zicouriou, oc’h amar al lestr a-zindan gant kerden ; hag o veza m’ho doa aoun da veza taolet var treaz ar Syrt, e tiskenjont ar vernien ; hag e oant douget evel-se. (18) Evel ma oamp gwall-stropet gant ar gwall-amzer, an deiz varlerc’h e taoljont ar gargezon er mor. (19) Hag an trede deiz, e taoljomp paramant al lestr er meaz gant hon daouarn hon-unan. (20) Hag evel n’en em ziskouezaz nag an heol, nag ar stered epad meur a zevez, ha ma skoe eun tempest braz varnomp, e koljomp peb esperans da veza saveteet.
(21) Hogen pell amzer e oat bet hep debri. Neuze Paol, o sevel en he za en ho c’hreiz, a lavaraz dezhe : Dleet e vije bet eta deoc’h va zelaou, goazed, e-leac’h mond kuit euz a Greta, hag hor bije gallet espern ar boan hag ar c’holl-man. (22) Mes breman ho pedan da gemer courach, rag hini ac’hanoc’h na gollo he vuez, ne vezo kollet nemed al lestr. (23) Rag en noz-man, eun eal a-berz an Doue, da behini ez oun-me, hag a zervichan, a zo en em diskouezet d’in, en eur lavaret : (24) N’az pez ket a aoun, Paol ; red eo d’id mond dirag Cezar ; ha setu, Doue hen deuz roet d’id kement hini a zo o naviga assambles ganez. (25) Dre-ze, goazed, kemerit courach ; rag me em euz fizians en Doue penaos e c’hoarvezo evel ma’z eo bet lavaret d’in ; (26) mes red eo deomp beza taolet var eun enezen-benag.
(27) Dre ma oa deuet ar bevarzecved nozvez, ha ma oamp kasset aman hag a-hont var ar mor Adriatik, ar vortoloded, var-dro hanter-noz, a zonjaz dezhe e tostaent ouz eun douar-benag. (28) Hag o veza taolet ar ploum, e kavjont ugent gourad. Goude beza eat eun neubeud pelloc’h, e taoljont adare ar ploum, hag e kavjont pemzec gourad. (29) Neuze, gand aoun na gouezjemp var eur garrec-benag, e taoljont pevar heor euz a ziadre al lestr, hag ho doa hast da velet an deiz.
(30) Hag evel ma klaske ar vortoloded tec’hel euz al lestr, ha m’ ho doa diskennet ar vag var ar mor, var zigarez mond da deurel heoriou ar pen-araog euz al lestr, (31) Paol a lavaraz d’ar c’hantener ha d’ar zoudarded : Mar na choum ket ar re-man ebarz al lestr, na hellit ket beza saveteet. (32) Neuze ar zoudarded a droc’haz kerden ar vag, hag hen lezjont da gweza.
(33) Hag, o c’hortoz an deiz da zond, Paol ho exhortaz holl da gemer boued, en eur lavaret : Hirio eo ar bevarzecved devez abaoe ma’z oc’h o c’hortoz, hag o choum var iun, hep kemer netra. (34) Rag-se e pedan ac’hanoc’h da gemer boued, rag red eo deoc’h, evit gallout en em zavetei ; ha na gwezo ket eur vleven euz a ben hini ac’hanoc’h. (35) Goude beza lavaret kement-se, e kemeraz bara, hag e rentaz grasou da Zoue, dirag an holl ; hag o veza torret anezhan, en em lekeaz da zebri. (36) An holl neuze a gemeraz courach, hag e tebrjont boued ive. (37) Hogen, bez’ e oamp en holl ebarz al lestr, daou c’hant c’houezec ha tri-ugent den. (38) Ha pa ho doe debret awalc’h, e skanvajont al lestr, en eur deurel an ed er mor.
(39) Ha pa oe deuet an deiz, ne anavezent ket an douar ; mes o veza gwelet eun aber, en pehini e oa eun aod, e tecidjont, mar galljent, kas al lestr ebarz. (40) O veza eta troc’het-kuit an heoriou, ho lezjont er mor, o tizeren er memeus amzer ereou ar sturiou ; ha goude beza savet gouel ar vern-volosk d’an avel, e tennjont var-zu an aod. (41) Mes, o veza deuet en eul leac’h ma oa mor a bep tu, al lestr a stokaz eno, hag an diaraog o veza engajet, a choumaz stard, mes an diadre a freuze gant an nerz euz an taoliou-mor. (42) Neuze ar zoudarded a oe ali da laza ar brizonerien, gant aoun na deuje unan-benag anezhe da dec’hel kuit var neu. (43) Mes ar c’hantener, dre m’hen doa c’hoant da zavetei Paol, ho distroaz deuz an ali-ze, hag a c’hourc’hemenaz d’ar re holl a helle neu en em deurel da genta er mor, ha mond d’an douar ; (44) ha d’ar re all mond, lod var blench ha lod var dammou euz al lestr. Evel-se e c’hoarvezaz ma en em savetejont holl d’an douar.
OUDE beza en em zaveteet, ec’h anavezjont e oa Malt hano an enezen-ze. (2) Hag ar Varbared a ziskouezaz en hor c’henver eur vadelez dreist ordinal ; rag ober a rejont tan, hag hon digemeret a rejont holl, abalamour d’ar glao a gweze, ha d’ar ienien.
(3) Hogen Paol, o veza dastumet eun toullad brinsaou, ha lakeat anezhe en tan, eun aer-viber a zortiaz gant an domder, hag en em stagaz ouz he zorn. (4) Ha pa velaz ar Varbared al loen-ze a ispil euz he zorn, e leverjont etrezhe ; A-dra-zur an den-ze a zo eur muntrer, pa’z eo gwir, goude ma eo bet en em dennet euz ar mor, ar Justis n’hen lez ket da veva. (5) Mes hen, o veza hijet an aer-viber-ze en tan, n’hen doe droug e-bed. (6) Ar Varbared a oa en gortoz ma teuje da goenvi, pe e kwezje rag-tal, skoet gant ar maro ; mes goude beza gortozet pell, hag o velet ne c’hoarveze droug e-bed ganthan, e chenchjont a zantimant, hag e leverjont e oa hennes eun doue.
(7) Hogen en-dro d’al leac’h-se e oa douarou an den kenta euz an enezen, hanvet Publius, pehini a zigemeraz ac’hanomp, hag hon lojaz e-pad tri devez gant kalz a vadelez. (8) Hag e c’hoarvezaz ma oa tad Publius en he vele, klanv gant an derzien hag ar red-goad. Paol a antreaz d’he gavoud ; ha goude beza pedet, ec’h astennaz he zaouarn varnezhan hag e pareaz anezhan. (9) Pa oe c’hoarvezet kement-se, ar re holl a oa euz an enez, pere ho doa klenvejou, a zeuaz d’hen kavoud hag e oent iac’heet. (10) Great eoe deomp ive henoriou braz, ha pa bartijomp, e rojont deomp kement hon doa ezom.
(11) Tri miz goude-ze, ec’h ambarkjomp var eul lestr euz a Alexandria, pehini hen doa tremenet ar goanv en enezen, hag a oa hanvet An-daou-vreur. (12) Hag o veza erruet e Syracuz, e choumjomp eno tri devez. (13) Ac’hane, en eur vond a-hed aod ar Sicil, ec’h arrujomp e Rhegium. Hag eun devez goude, gant an avel o c’houeza diouz ar c’hreiz-teiz, e teujomp en daou devez da Bouzzol ; (14) eno e kavjomp breudeur pere a bedaz ac’hanomp da choum ganthe seiz devez ; hag evel-se ez ejomp da Rom. (15) Hag ar breudeur ac’hane, o veza klevet euz hor c’helou, a zeuaz d’hor rancontr, bete Marc’had Appius ha gan Teir-hostaliri ; ha Paol, pa velaz anezhe, a drugarekaaz Doue, hag a gemeraz courach.
(16) Pa oamp erruet e Bom, ar c’hantener a livraz ar brizonerien da brefet ar pretouar ; mes da Baol e oe permetet choum en he di he-unan, gant eur soudard o tiwall anezhan. (17) Tri devez goude-ze, Paol a c’halvaz assambles ar re genta euz ar Judevien, ha pa oent en em gavet assambles, e lavaraz dezhe : Tud breudeur, petra-benag n’am euz great netra a-enep ar bobl, nag a-enep giziou hon tadou, ez oun bet lakeat er prizon en Jerusalem, ha livret etre daouarn ar Bomaned, (18) pere, goude beza examinet ac’hanoun, a felle dezhe va leuskel kuit abalamour n’am boa great netra a verite ar maro. (19) Mes dre ma c’henebe ar Judevien, em euz ranket ober appel da Cezar, petra-benag n’em euz ket a leac’h da damal tud va bro. (20) Abalamour da ze eta eo em euz goulennet ho kwelet ha komz ouzoc’h ; rag abalamour da esperans Israel ez oun ereet gant ar chaden-man.
(21) Ar re-man a respontaz dezhan : N’hon euz recevet lizer e-bed euz ar Jude divar da ben ; hag hini euz ar breudeur deuet ac’hane, n’hen deuz discleriet na lavaret droug ebed ac’hanoud. (22) Koulskoude hon deuz c’hoant da glevet ganez petra ec’h euz da lavaret rag evit al lezen nevez-ze ec’h ouzomp e komzer a-enep dezhi dre holl.
(23) O veza merket eun deiz dezhan, e teujont en niver brassoc’h d’hen kavoud en hostaliri ; hag adaleg ar mintin beteg an noz e tisclerie dezhe rouantelez Doue, o renta testeni, hag ouz ho lakaad da gredi, dre lezen Moises ha dre ar brofeted, ar pez a zell ouz Jesus. (24) Darn a gredaz an traou a lavare ; mes ar re all ne gredjont ket. (25) Hag evel n’en em glevent ket etrezhe, ez ejont kuit, goude m’hen doe Paol lavaret ar gomz-man dezhe : Komzet mad hen deuz ar Spered-Santel d’hon tadou dre ar profet Izaias, pa hen deuz lavaret : (26) Kea etrezeg ar bobl-ze ha lavar dezhan : Klevet a reot gant ho tiou-skouarn, ha na gomprenot ket ; hag o velet, c’houi a velo, ha na ziferansot ket. (27) Rag calon ar bobl-man a zo kaledet ; ho diou-skouarn a zo pounner-glev, ha serret ho deuz ho daou-lagad, gant aoun da velet gant ho daou-lagad, da glevet gant ho diou-skouarn, da gompren gant ho c’halon, gant aoun na zistrofent, ha na barefen anezhe. (28) Gouezit eta penaos ar zilvidigez a Zoue a zo kasset d’ar Jentiled, hag ar re-man a zelaouo. (29) Ha goude m’hen doe lavaret kement-se, ar Judevien a ieaz kuit, hag e oe eur gontestation vraz etrezhe.
(30) Hogen Paol a choumaz daou vloaz leun en eun ti hen doa feurmet evithan he-unan, hag e receve eno ar re holl a zeue d’he gavoud, (31) o prezeg rouantelez Doue, hag o teski an traou a zell ouz an Aotrou Jesus-Christ, gant peb hardiegez hag heb ampechamant ebed.
AOL, servicher da Jesus-Christ, galvet da veza abostol, choazet evit annons Aviel Doue, (2) an Aviel prometet dija ganthan dre he brofeted, er Scrituriou-sacr, (3) hag a gomz divarben he Vab, ganet euz a lignez David hervez ar c’hig, (4) hag, hervez ar spered a zantelez, discleriet da veza Mab Doue en eun doare galloudus meurbed, dre he resurrection a-douez ar re varo, da lavaret eo, Jesus-Christ hon Aotrou, (5) dre behini hon euz recevet ar c’hras hag ar garg a Abostol, evit digas da blega d’ar feiz en he hano an holl Jentiled ; (6) euz an niver a bere ez oc’h ive, c’houi pere a zo bet galvet gant Jesus-Christ ; (7) d’an holl dud muia-karet gant Doue, pere a zo galvet, ha d’ar zent a zo e Rom ; ra vezo ar c’hras hag ar peoc’h ganeoc’h a-berz Doue hon Tad, hag a-berz an Aotrou Jesus-Christ !
(8) Araog pep tra, e rentan gras evidoc’h holl d’am Doue, dre Jesus-Christ, abalamour ma’z eo ho feiz brudet dre ar bed holl. (9) Rag Doue, pehini a zervichan em spered en Aviel he Vab, a zo test d’in e ran heb ehan memor ac’hanoc’h em fedennou, (10) o c’houlen bepred diganthan ar c’hras da hellout, mar d’eo he volontez, dond a-ben da gavoud eun occasion favorabl-benag da vond d’ho kwelet ; (11) rag c’hoant braz em euz d’ho kwelet, evit rei lod deoc’h euz a eun donezon spirituel-benag, evit ma viot krenveet, (12) da lavaret eo, evit, pa vezin en ho touez, ma en em gonzolimp assambles dre ar feiz a zo commun etrezomp holl, deoc’h kerkoulz ha d’in-me.
(13) Hogen, breudeur, ne fell ket d’in e tremenfec’h hep gouzoud em euz alies lakeat em sonj mond d’ho kavoud, evit gallout dastum eur frouezen-benag en ho touez, evel e-touez an nationou all ; mes beteg-hen eo bet harzet ouzin kement-se. (14) Dleour oun d’ar Greked kerkoulz ha d’ar Varbared, d’an dud gwiziec kerkoulz ha d’ar re ignorant. (15) Dre-ze, en kement ha m’az eo em galloud, ez oun prest da annons an Aviel deoc’h-hu ive, pere a zo e Rom.
(16) Rag n’em euz ket a vêz euz a Aviel ar C’hrist, rag galloud Doue eo evit silvidigez d’ar re holl a gred, d’ar Judeo da genta, ha d’ar Grek goude-ze. (17) Rag enhan ez eo dizoloet eur justis euz a Zoue, hag a zo dre ar feiz hag evit ar feiz, hervez m’az eo scrivet : An den just a vevo dre ar feiz.
(18) Rag coler Doue en em ziskouez euz an env a-enep holl impiete hag injustis an dud, pere dre fallentez a stourm ouz ar wirionez, (19) rag ar pez a heller da anaoud divarben Doue a zo lakeat sclear dirazhe, rag Doue hen deuz hen diskouezet dezhe. (20) Rag ar perfectionou invisibl a Zoue, he c’halloud eternel hag he zivinite, a veler ker sclear ha gant an daou-lagad, abaoe ma’z eo bet crouet ar bed, pa zeller outhe dre he oberou, en hevelep doare ma’z int heb escuz ; (21) rag goude beza anavezet Doue, n’ho deuz ket glorifiet anezhan evel Doue, ha n’ho deuz ket rentet grasou dezhan : er c’hontrol, en em faziet int bet en ho zonjezonou, hag ho c’halon dibourvez a skiant-vad a zo bet karget a devalijen. (22) O pretanti beza ho-unan tud fur, ez int deuet da veza zot ; (23) hag ho deuz troet gloar an Doue immortel en imach an den mortel, hag en imachou lapoused, ha loened a bevar droad, hag a amprevaned.
(24) Abalamour da ze ive, Doue hen deuz ho livret, hervez gwall-ioulou ho c’halon, da eul louzdoni ker braz, ma ho deuz dishenoret ho c’horfou ho-unan ; (25) int pere ho deuz lakeat ar gaou en plas gwirionez Doue, hag ho deuz adoret ha servichet ar c’hrouadur eleac’h ar C’hrouer, pehini a zo benniget da viken. Amen ! (26) Abalamour da ze eo hen deuz Doue ho abandonet da ioulou mezus ; rag memeus ho gragez en ho zouez ho deuz chenchet an usach naturel en eun all a zo a-enep an natur. (27) Er memeus doare ive, ar oazed, o tilezel an usach naturel euz ar vreg, ho deuz devet en ho c’hoantou an eil e-kenver egile, o commetti goaz gant goaz traou iffam, hag o receo enhe ho-unan ar recompans a oa dleet d’ho gwall-fazi. (28) Hag, evel n’ho doa sourci e-bed da anaoud Doue, Doue hen deuz livret anezhe da eur spered a zireizted, en hevelep doare ma reont traou mezus. (29) Leun int a bep seurt injustis, a louzdoni, a fallentez, a avaristed a valis ; leun a avi, a vuntrerez, a zisput, a dromplerez, hag a zrougviez ; (30) flaterien, droug-prezegerien, enebourien da Zoue, brutal, ourgouillus, vên, ivanterien fallagriezou, dizent d’ho zadou ha d’ho mammou ; (31) diskiant, disleal, hep karantez naturel, criz, didruez ; (32) pere, evithe da c’houzoud hen deuz Doue barnet dign euz ar maro ar re a ra an traou-ze, a ra anezhe, hag ouzpen-ze a gav mad ar re ho gra.
AG-SE, piou-benag ez oud, O den, hag en em laka barner, n’euz escus e-bed evidoud ; rag en eur varn ar re-all en em gondaonez da-unan, pa’z eo gwir, te pehini a varn, a ra ive an traou a reont. (2) Rag gouzoud a reomp penaos barnedigez Doue, a-enep ar re a ra ar seurt traou-ze, a zo hervez ar wirionez. (3) Ha te a sonj d’id, O den, pehini a varn ar re a ra ar seurt traou-ze, hag ho gra da-unan, e tec’hi diouz barn Doue ? (4) Pe otramant, ha disprijoud a rez-te pinvidigeziou he vadelez, he batianted hag he hir-c’houzanvedigez, hep gouzoud e c’halv madelez Doue ac’hanoud d’ar gonversion ? (5) Mes dre da galeder ha da galon dizent ouz Doue, e tastumez eun tenzor a goler evit an deiz a goler, an deiz ma vezo discleriet ar varnedigez just a Zoue, pehini a rento da bep hini hervez he oberou, (7) da lavaret eo, ar vuez eternel d’ar re pere, o kenderc’hel da ober ar pez a zo mad, a glask ar gloar, an henor hag an immortalite ; (8) mes kassoni ha coler d’ar re a zo touellet gant eur spered a zisput ha d’ar re a stourm ouz ar wirionez, hag a zent ouz an injustis ; (9) trubuil ha gwall-enkrez da gement den a ra ar pez a zo fall ; (10) d’ar Judeo da genta, ha neuze d’ar Grek ; (11) mes gloar, hag henor ha peoc’h da gement hini a ra ar mad ; d’ar Judeo da genta, ha neuze d’ar Grek ; rag Doue na zell ket ouz apparans an dud.
(12) Ar re holl ho devezo pec’het heb al lezen, a berisso ive heb al lezen ; hag ar re holl ho devezo pec’het, o kaoud al lezen, a vezo barnet dre al lezen ; (13) rag n’e ket ar re a zelaou al lezen, eo a zo just dirag Doue ; mes ar re a vir al lezen eo a vezo justifiet. (14) Hogen, pa deu ar Jentiled, pere n’ho deuz ket al lezen, da ober, dre natur, an traou commandet gant al lezen, int, pere n’ho deuz ket al lezen, a zalc’h leac’h a lezen dezhe ho-unan ; (15) diskouez a reont ema scrivet en ho c’halon ar pez a zo commandet gant al lezen ; ho c’houstians a rent testeni dezhe, hag ho zonjezonou a damal pe a zifen anezhe ; (16) kement-man a vezo gwelet en deiz ma teui Doue, hervez va Aviel, da varna, dre Jesus-Christ, an oberou secret euz an dud.
(17) Te eta, pehini a zoug an hano a Judeo, hag a fiz var al lezen, hag en em c’hlorifi en Doue ; (18) pehini a anavez he volontez, hag o veza desket dre al lezen, a oar mad petra a zo a-enep al lezen ; (19) pehini a gred beza rener ar re dall, sclerijen ar re a zo en devalijen, (20) doctor ar re diwiziec, mestr-scol an dud simpl, o kaoud ebarz al lezen ar reglen euz ar skiant hag euz ar wirionez ; (21) te eta, pehini a zesk ar re all, n’en em zeskez ket da-unan ! Prezeg a rez na dleer ket laerez, hag e rez laeronsiou ! (22) Lavaret a rez na dleer ket ober avoultriach, hag e rez avoultriach ! Detesti a rez an idolou, hag e laerez an traou sacr ! (23) Te, pehini a denn gloar euz al lezen, a zizhenor Doue, o terri al lezen ! (24) rag hano Doue a zo blasphemet abalamour deoc’h e-touez ar Jentiled, evel ma’z eo scrivet.
(25) Ar circoncision a zo talvoudus, ia, mar mirez al lezen ; mes mar d’oud eun torer euz al lezen, euz a circonciset e teuez da veza dicirconcis. (26) Rag-se, mar deu an den, pehini n’eo ket bet circonciset, da viret gourc’hemenou al lezen, daoust ha na vezo ket tremenet evit eun den circonciset, petra-benag ma’z eo dicirconcis ? (27) Ha mar deu an den a zo dicirconcis adaleg he c’hinivelez, da viret al lezen, condaonet e vi ganthan, te pehini, gant al lizeren euz al lezen hag euz ar circoncision, na zentez ket ouz al lezen. (28) Rag ar gwir Judeo n’eo ket an hini hen deuz an apparans a-ziaveaz hep-ken, hag ar gwir circoncision n’eo ket an hini a vez great er c’hig a-ziaveaz ; (29) mes euz an diabarz eo e vezer Judeo, hag ar gwir circoncision eo hini ar galon, an hini a zo hervez ar spered, ha nann hervez al lizeren ; ha meulodi ar Judeo-ze na zeu ket euz an dud, mes euz a Zoue.
E seurt avantach eta hen deuz ar Judeo var ar re all, pe pe seurt profit a dennont-hi deuz ar circoncision ? (2) Braz eo e pep doare, ha dreist holl o veza ma eo bet fiziet enhe komzou Doue. (3) Mes, a lavarfot-hu, mar d’euz eur re-benag ha n’ho deuz ket credet, daoust hag ho incredulite a rento di-c’hallout ar fidelite a Zoue ? (4) Pell ac’hane ! Mes ra vezo Doue anavezet gwirion, ha peb den gaouiad, hervez ma’z eo scrivet : Evit ma vezi kavet just en da gomzou, ha ma c’hounezi da broces pa vezi barnet.
(5) Mes mar deu hon injustis da ziskouez sclearoc’h ar justis a Zoue, petra a livirimp-ni ? Daoust ha Doue n’eo ket injust pa ra deomp santoud he goler ? (E giz an den e komzan.) (6) Pell ac’hane ! Rag ma vije injust, penaos e varnje Doue ar bed ? (7) Mes mar deu gwirionez Doue, dre va gaou-me, d’en em ziskouez c’hoas sclearoc’h, evit he c’hloar, perag ez oun-me c’hoas condaonet evel pec’her , (8) Ha perag ne rafemp-ni ket an droug, evit ma teui ar vad anezhan, evel ma’z euz tud hag a assur e leveromp, en eur droug-komz ac’hanomp ? Tud hag a zo just ho c’hondaonation.
(9) Petra ’ta, a lavarfomp-ni ? ha gwelloc’h ez omp-ni eged ar Jentiled ? E nep doare ; rag diskouezet hon euz dija penaos ema an holl, ar Judevien kerkoulz hag ar Greked, dindan ar pec’hed, (10) hervez ma’z eo scrivet : N’euz den just e-bed, nann, hini e-bed. (11) N’euz den hag hen deuz comprenezon ; den hag a glask Doue. (12) Holl ho deuz kollet ho hent, hag ez int holl en em gorrompet assambles ; n’euz hini anezhe hag a ra ar mad, n’euz ket unan zo-ken. (13) Ho gouzoug a zo eur bez digor ; lakeat ho deuz ho zeod da zervicha da dromplerez ; dindan ho muzellou ez euz eur vulum aspic. (14) Ho genou a zo leun a valloz hag a c’houervder. (15) Ho zreid a zo skanv evit mond da skullia goad. (16) An dezolation hag ar vizer a zo en ho henchou. (17) N’ho deuz ket anavezet hent ar peoc’h. (18) N’ema ket doujans Doue dirag ho daou-lagad. (19) Hogen, gouzoud a reomp penaos kement tra a lavar al lezen, hen lavaret a ra d’ar re a zo dindan al lezen, evit ma vezo serret pep genou, ha ma vezo ar bed holl anavezet evit beza coupabl dirag Doue. (20) Rag den e-bed na vezo justifiet dirazhan dre oberou al lezen ; rag dre al lezen eo e teu an anaoudegez euz ar pec’hed.
(21) Mes breman, heb al lezen, eo bet dizoloet eur justis euz a Zoue (da behini al lezen hag ar brofeted a rent testeni) ; (22) eur justis euz a Zoue, a lavaran, dre ar feiz en Jesus-Christ, d’ar re holl ha var ar re holl pere a gred ; (23) rag n’euz differans e-bed etre an dud, pa’z eo gwir ho deuz holl pec’het, ha ma’z int privet euz a c’hloar Doue, (24) ha ma’z int justifiet en gratis dre he c’hras, dre ar redemption a zo en Jesus-Christ, (25) pehini a oa bet lakeat gant Doue da veza eur sacrifis a beoc’h, dre ar feiz en he oad, evit diskouez he justis dre ar pardon euz ar pec’hejou tremenet, great en amzer ar batianted a Zoue ; (26) evit diskouez, a lavaran, he justis en amzer a zo o ren, evit beza he-unan anavezet da veza just, ha da veza an hini a justifi an den hen deuz feiz en Jesus.
(27) Pe leac’h eta ema ar sujet d’en em c’hlorifia ? Taolet eo er meaz. Dre be seurt lezen ? Dre lezen an oberou ? Nann, mes dre lezen ar feiz.
(28) Dre-ze eta e varnomp penaos an den a zo justifiet dre ar feiz, heb oberou al lezen. (29) Doue hag hen a zo hep-ken Doue ar Judevien ? Daoust ha n’eo ket hen ive Doue ar Jentiled ? Eo zur ! Doue ar Jentiled eo ive ; (30) rag beza ez euz eun Doue hep-ken, pehini a justifio ar re circonciset dre ar feiz, hag ar re dicirconcis dre ar feiz.
(31) Daoust ha dre ar feiz e tiskaromp al lezen ? Pell ac’hane ! Er c’hontrol, krenvaad a reomp al lezen.
E seurt avantach eta a livirimp-ni hen deuz Abraham, hon tad, kavet hervez ar c’hig ? (2) rag mar d’eo bet justifiet Abraham dre an oberou, hen deuz leac’h d’en em c’hlorifia, mes nann dirag Doue. (3) Rag petra a lavar ar Scritur ? Abraham a gredaz da Zoue, hag e oe countet kement-se dezhan evit justis. (4) Hogen, d’an hini a labour, ar gobr na vez ket countet evel eur c’hras, mes evel eur gle. (5) Mes d’an hini na labour ket, mes a gred en hini a justifi ar pec’her, he feiz a zo countet dezhan evel justis.
(6) Evel-se eo e teu David da ziscleria eürusted an den a zo countet just gant Doue heb an oberou : (7) Eürus, emezhan, ar re a zo pardonet dezhe ho gwall-oberou, hag a zo goloet dezhe ho fec’hejou ! (8) Eürus an den da behini an Aotrou na gounto ket he bec’hed !
(9) Daoust hag an eürusted-se n’ed eo nemed evit ar re circonciset hep-ken ? Pe ive evit ar re dicirconcis ? rag lavaret a reomp penaos he feiz a oe countet da Abraham evit justis. (10) Mes pe-gouls eta eo bet countet dezhan evit justis ? Goude ma oa bet circonciset, pe araog ? Ne oa ket goude, mes e-pad ma oa c’hoas dicirconcis. (11) Hag e recevaz merk ar circoncision, evel eur siel euz ar justis hen doa bet dre ar feiz, pa oa c’hoas dicirconcis ; evit ma vije tad d’ar re holl a gred, evithe da veza dicirconcis ; ha ma teuje ho feiz da veza ive countet dezhe evit justis ; (12) ha ma vije ive tad d’ar re a zo circonciset, da lavaret eo, d’ar re pere ouzpen ma’z int circonciset, a heuil ive an hent euz ar feiz, hen doa heuillet hon tad Abraham, araog beza bet circonciset.
(13) Rag, n’e ket dre al lezen eo bet great da Abraham, pe d’he lignez, ar bromessa da gaoud ar bed evit heritach, mes dre ar justis euz ar feiz ; (14) rag mar d’eo ar re euz al lezen eo an heritourien, ar feiz a zo didalvoudec, ha n’euz promessa ebed ken. (15) Rag al lezen a zigas ar goler ; rag el leac’h n’euz lezen e-bed, n’euz ket ken neubeud a dor-lezen. (16) Dre ar feiz eta eo ez omp heritourien, evit ma vezo dre c’hras, ha ma vezo assuret ar bromessa d’an holl lignez, n’e ket hep-ken d’an hini a zo dindan al lezen, mes ive d’an hini a zo euz a feiz Abraham, pehini a zo tad deomp holl, (17) (hervez ma’z eo scrivet : Me em euz da lakeat da dad da galz a nationou), tad deomp, a lavaran, dirag Doue, da behini e credaz, ha pehini a ro buez d’ar re varo, hag a c’halv an traou n’emaint ket, evel pa vefent. (18) Oc’h esperoud heb sujet a esperans ebed, hen deuz credet e teuje da veza tad da galz a nationou, hervez ar pez a oa bet lavaret : Ker braz-ze e teui da lignez da veza. (19) Ha dre ne oa ket febl er feiz, ne chomaz ket da zonjal e oa he gorf dija dinerzet (pa’z eo gwir e oa erru tost da gant vloaz) ; na ken neubeud e oa Sara er meaz euz an oad da gaoud bugale ; (20) ha n’hen doe na douetans na disfiz euz ar bromessa a Zoue, mes krenveet e oe gant ar feiz, hag e roaz gloar da Zoue, o veza persuadet mad, (21) penaos ez eo galloudec awalc’h ober ar pez hen deuz prometet. (22) Abalamour da ze eo e oe countet dezhan kement-se evit justis.
(23) Hogen, n’e ket evithan hepken, eo bet scrivet penaos e oe countet kement-se dezhan evit justis ; (24) mes ive evidomp-ni, da bere e vezo ive countet kement-se, evidomp-ni pere a gred en Hini hen deuz savet a-douez ar re varo Jesus hon Aotrou, (25) pehini a zo bet livret evit hor pec’hejou, hag a zo resussitet evit hon justification.
VEZA eta justifiet dre ar feiz, hon euz ar peoc’h gant Doue, dre hon Aotrou Jesus-Christ, (2) pehini hen deuz lakeat ac’hanomp da gaoud, dre ar feiz, an antre er c’hras-se, en pehini e chomomp stard, ha d’en em c’hlorifia en esperans euz a c’hloar Doue ; (3) ha n’eo ket en kement-se hep-ken, mes en em c’hlorifia a reomp c’hoas en afflictionou, o c’houzout penaos an affliction a zigas ar batianted, (4) hag ar batianted ar vertuz amprouvet-mad, hag ar vertuz amprouvet-mad an esperans. (5) Hogen, an esperans n’ed eo ket tromplus, rag karantez Doue a zo skulliet en hor c’halonou, gant ar Spered-Santel a zo bet roet deomp.
(6) Rag, pa oamp c’hoas hep nerz, ar C’hrist a varvaz en he amzer, evit ar bec’herien. (7) Rag, dies e vefe kavoud eun den contant da vervel en plas eun den just ; marteze c’hoas e rafe unan-benag kement-se evit eun den mad. (8) Mes en kement-man e tiskouez Doue he garantez en hon c’henver-ni ma’z eo marvet ar C’hrist evidomp, pa oamp c’hoas pec’herien. (9) O veza eta justifiet breman dre he oad, kent a ze, e vezimp saivet dre enhan euz ar goler a Zoue. (10) Rag, mar d’omp bet, pa oamp c’hoas inimied, unanet a-nevez gant Doue dre varo he Vab ; kent a ze, o veza dija unanet ganthan, e vezimp salvet dre he vuez.
(11) N’eo ket an dra-ze hep-ken ; mes en em c’hlorifia a reomp en Doue dre hon Aotrou Jesus-Christ, dre behini hon euz recevet breman ar c’hras da veza unanet gant Doue.
(12) Dre-ze, evel ma’z eo dre eun den hep-ken ez eo deuet ar pec’hed er bed, hag ar maro dre ar pec’hed ; evel-se ive ar maro a zo deuet d’en em asten var an holl dud, rag holl ho deuz pec’het. (13) Rag ar pec’hed a oa er bed araog al lezen ; mes ar pec’hed na vez ket countet, pa ne vez lezen e-bed. (14) Koulskoude ar maro hen deuz renet adaleg Adam bete Moises, var ar re memeus n’ho doa ket pec’het dre eun tor-lezen henvel ouz hini Adam, ar skeuden euz an hini a dlie da zond.
(15) Mes ne c’hoarvez ket gant an donezon evel gant ar pec’hed. Rag, mar d’eo bet pec’hed unan pen-caoz da varo kalz, kent a ze gras Doue, hag an donezon euz ar c’hras pehini a zeu euz a eun den hepken, da lavaret eo Jesus-Christ, a zo en em skulliet en abondans var galz a dud !
(16) Ha ne c’hoarvez ket gant an donezon-ze, evel gant ar pez a zo arruet dre ar pec’hed euz a unan hep-ken ; rag ar setans a gondaonation a zeu dre eur pec’hed hep-ken ; mes an donezon euz ar c’hras a justifi an den, goude ma’z euz kalz a bec’hejou. (17) Rag, mar d’eo deuet ar maro da ren abalamour da bec’hed unan hepken, dre an den-ze hep-ken, kent a ze, ar re a receo an abondans euz ar c’hras hag euz an donezon a justis, a reno er vuez dre unan hepken, da lavaret eo, dre Jesus-Christ !
(18) Evel-se eta, mar d’eo bet eur pec’hed hep-ken pen-caoz da gondaonation an holl dud, evel-se ive, dre justis unan hep-ken, e recevo an holl dud ar justification a behini e teu ar vuez. (19) Rag, evel dre dizentidigez eun den hep-ken kalz a zo bet lakeat da veza pec’herien, evel-se ive dre zentidigez unan hep-ken kalz a vezo lakeat da veza just.
(20) Hogen, al lezen a zo deuet evit lakaad ar pec’hed da greski ; mes el leac’h ma hen deuz ar pec’hed cresket, ar c’hras he deuz cresket c’hoas muioc’h, (21) evit ma teuje ar c’hras, evel ma hen deuz renet ar pec’hed evit rei ar maro, da ren ive dre ar justis, evit rei ar vuez eternel, dre Jesus-Christ hon Aotrou.
ETRA eta a livirimp-ni ? Ha choum a raimp-ni er pec’hed, evit ma teui ar c’hras da greski ? (2) Doue d’hon preservo ! Penaos ni, pere a zo maro d’ar pec’hed, ec’h halfemp-ni c’hoas beva enhan ? (3) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos kement hini ac’hanomp a zo bet badezet en Jesus-Christ, a zo bet badezet en he varo ? (4) Sebeliet omp bet eta assambles ganthan en he varo, dre ar vadiziant, evit, evel ma’z eo savet ar C’hrist a-douez ar re varo dre c’hloar an Tad, ma valeimp, ni ive, en eur vuez nevez. (5) Rag, mar d’omp deuet da veza eur memeus planten ganthan, o tond da veza henvel outhan en he varo, e vezimp ive henvel outhan en he resurrection ; (6) o c’houzoud an dra-man, penaos hon den koz a zo bet crucifiet assambles ganthan, evit ma vezo distrujet corf ar pec’hed, hag evit na vezimp mui servicherien ar pec’hed. (7) Rag an hini a zo maro, a zo delivret euz ar pec’hed. (8) Hogen, mar d’omp bet marvet gant ar C’hrist, e credomp penaos e vevimp ive assambles ganthan, (9) o c’houzout penaos ar C’hrist, o veza savet euz a-douez ar re varo, na varv mui, ha penaos ar maro n’hen deuz ken a c’halloud varnezhan. (10) Rag en eur vervel, eo bet marvet eur vech hep-ken evit ar pec’hed ; mes o veza beo, e vev evit Doue. (11) Deuit ive c’houi d’en em gonsideri evel maro d’ar pec’hed, mes beo da Zoue en Jesus-Christ hon Aotrou.
(12) Na lezit ket eta ar pec’hed da ren en ho corf mortel, evit senti outhan en he wall-ioulou ; (13) na roit ket hoc’h izili d’ar pec’hed, evit servichoud da instrumanchou a fallentez ; mes en em roit hoc’h-unan da Zoue, evel tud varo, deuet d’ar vuez, ha grit euz hoc’h izili instrumanchou a justis da Zoue. (14) Rag ar pec’hed n’hen devezo ket a c’halloud varnoc’h, rag n’emoc’h ket dindan al lezen, mes dindan ar c’hras.
(15) Petra eta ? ha pec’hi a raimp-ni abalamour n’emomp ket dindan al lezen, mes dindan ar c’hras ? Doue d’hon preservo ! (16) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos, n’euz fors dindan piou en em lakit da zervichoud evel esclav, ez oc’h esclav d’an hini a zentit outhan ; pe d’ar pec’hed evit ar maro, pe d’ar zentidigez evit ar justis ? (17) Mes ra vezo rentet grasou da Zoue, abalamour, goude beza bet esclav d’ar pec’hed, ma hoc’h euz sentet a galon ouz reglen an doctrin a zo bet roet deoc’h. (18) Hogen, o veza bet delivret euz ar pec’hed, c’houi a zo deuet da veza esclav d’ar justis. (19) Hervez giz an dud e komzan, abalamour d’ar zempladurez euz ho kig. Evel eta ma hoc’h euz lakeat izili ho corf da zervicha d’an impurete ha d’ar fallentez evit an droug, grit dezhe breman servichoud evel esclaved d’ar justis evit ar zantelez. (20) Rag pa edoc’h esclaved d’ar pec’hed, e oac’h libr e-kenver ar justis. (21) Pe seurt frouez a dennac’h-hu neuze euz an traou a bere hoc’h euz mêz breman ? Rag ar fin euz an traou-ze eo ar maro. (22) Mes breman delivret euz ar pec’hed hag esclaved da Zoue, e tennit evit frouez ar zantelez, hag evit fin ar vuez eternel ; (23) rag recompans ar pec’hed eo ar maro ; mes an donezon euz a Zoue eo ar vuez eternel en Jesus-Christ hon Aotrou.
A na ouzoc’h-hu ket, Va breudeur, (rag komz a ran da dud hag a anavez al lezen,) ha na ouzoc’h-hu ket penaos al lezen n’he deuz gailoud var an den nemed keit ha ma ema en buez ? (2) Rag ar vaouez pehini a zo dimezet, a zo ereet ouz he ozac’h dre al lezen, keit ha ma choum beo ; mes mar deu an ozac’h da vervel, hi a zo dizereet euz a lezen he ozac’h. (3) Evel-se eta, mar deu, e-pad ma’z eo beo he goaz, da zimezi da eur goaz all, e vezo galvet avoultrez ; mes mar deu he ozac’h da vervel, hi a zo liberet euz al lezen, en hevelep doare ma n’eo ket avoultrez, mar deu da zimezi da eur goaz all. (4) Evel se, va breudeur, c’houi ive a zo maro d’al lezen, dre gorf ar C’hrist, evit beza da eun all, da lavaret eo, d’an hini a zo resussitet a-douez ar re varo, evit ma tougimp frouez da Zoue. (5) Rag pa edomp er c’hig, gwall-ioulou ar pec’hejou, o kemer nerz dre al lezen, a laboure en hon izili, en hevelep doare ma tougent frouez d’ar maro. (6) Mes breman pa’z omp delivret euz al lezen, o veza ma’z orap maro d’al lezen gant pehini e oamp dalc’het, e servichomp Doue en eur spered nevez, ha nann hervez al lizeren, a zo deuet da veza koz.
(7) Petra eta a livirimp-ni ? Ez eo al lezen pen-caoz d’ar pec’hed ? Doue ra viro ! Koulskoude n’am euz anavezet ar pec’hed nemed dre al lezen ; rag n’am bije ket anavezet ar gwall-ioul, ma n’hen divije ket lavaret al lezen : Na c’hoantai ket. (8) Mes ar pec’hed, o veza kemeret occasion euz ar gourc’hemen, hen deuz lakeat enoun a bep seurt gwall-ioulou. Rag anez al lezen, ar pec’hed a zo maro. (9) Rag me a oa beo, pa oann gwech-all heb lezen ; mes pa eo deuet ar gourc’hemen, ar pec’hed hen deuz kemeret buez adare, hag ez oun deuet da vervel ; (10) hag ez eo c’hoarvezet ma eo deuet ar gourc’hemen a dlie rei d’in ar vuez, da rei d’in ar maro. (11) Rag ar pec’hed, o kemer occasion euz ar gourc’hemen, hen deuz touellet ac’hanoun, hag hen deuz va lazet dreizhan. (12) Al lezen eta a zo santel, hag ar gourc’hemen a zo santel, just ha mad.
(13) Daoust eta hag ar pez a zo mad hen deuz roet d’in ar maro ? E giz e-bed ! mes ar pec’hed, evit diskouez eo pec’hed, hen deuz roet d’in ar maro dre eun dra vad, evit ma teuje ar pec’hed dre ar gourc’hemen da veza gwall-bec’hedus.
(14) Rag ni a oar penaos al lezen a zo spirituel ; mes me a zo kigus, gwerzet d’ar pec’hed. (15) Rag ne gavan ket e vez mad ar pez a ran, ne ran ket ar pez a fell d’in, mes ober a ran ar pez em euz kassoni outhan. (16) Hogen, mar gran ar pez na fell ket d’in, ec’h anzavan dre eno ez eo mad al lezen. (17) Ha breman n’eo mui me a ra kement-se, mes ar pec’hed pehini a choum enoun. (18) Rag gouzoud a ran penaos ar mad na choum ket enoun, da lavaret eo, em c’hig, rag bolontez em euz da ober ar pez a zo mad ; mes ne deuan ket a-ben d’hen ober. (19) Rag ne ran ket ar mad a fell d’in ; mes ober a ran an droug ne fell ket d’in da ober. (20) Hogen mar gran ar pez ne fell ket d’in, n’e ket me eo her gra eta, mes ar pec’hed eo, pehini a choum enoun. (21) Kavoud a ran eta enoun va-unan al lezen-man : pa fell d’in ober ar mad, an droug a chom stag ouzin. (22) Rag kemer a ran plijadur el lezen Doue, hervez an den a-ziabarz ; (23) mes gwelet a ran eul lezen all em izili, pehini a stourm ouz lezen va spered hag am dalc’h ereet dindan lezen ar pec’hed, pehini a zo em izili. (24) Den maleürus ma’z oun ! piou a zelivro ac’hanoun euz ar c’horf-man a varo ?..... (25) Trugarekaad a ran Doue dre Jesus-Christ hon Aotrou ! Evel-se eta, dre ar spered, ez oun stag ouz lezen Doue, mes dre ar c’hig, ouz lezen ar pec’hed.
EUZ ket eta breman a gondaonation evit ar re pere a zo en Jesus-Christ, hag a vale, nann hervez ar c’hig, mes hervez ar spered ; (2) rag lezen ar Spered a vuez, pehini a zo en Jesus-Christ, he deuz va delivret euza lezen ar pec’hed hag ar maro. (3) Rag ar pez a oa impossubl d’al lezen, abalamour ma oa rentet dic’halloud dre ar c’hig, Doue hen deuz hen great : o tigas he Vab he-unan en eur c’hig henvel ouz hini ar pec’hed ; hag evit ar pec’hed, hen deuz condaonet ar pec’hed er c’hig ; (4) evit ma vije accomplisset ar justis euz al lezen enomp-ni, pere na valeomp ket hervez ar c’hig, mes hervez ar Spered. (5) Rag ar re a vev hervez ar c’hig, a laka ho c’harantez en traou ar c’hig ; mes ar re a vev hervez ar Spered, a gar an traou euz ar Spered. (6) Rag ar garantez euz ar c’hig eo ar maro ; mes ar garantez euz ar Spered eo ar vuez hag ar peoc’h ; (7) rag ar garantez euz ar c’hig a zo kassoni ouz Doue ; rag ne bleg ket da lezen Doue ; hag evit-gwir na hell ket hen ober. (8) Hogen, ar re a zo er c’hig na hellont ket plijoud da Zoue.
(9) Evidoc’h-choui, n’ez oc’h ket er c’hig, mes er Spered, gant ma vezo Spered Doue o choum enoc’h. Hogen, mar d’euz unan-benag ha n’hen deuz ket Spered ar C’hrist, hennes n’eo ket dezhan. (10) Mes mar ema ar C’hrist enoc’h, ar c’horf evit-gwir a zo maro abalamour d’ar pec’hed, mes ar spered a zo beo abalamour d’ar justis. (11) Ha mar ema Spered an hini hen deuz savet Jesus a-douez ar re varo o choum enoc’h, an hini hen deuz savet ar C’hrist a-douez ar re varo a rento ive ar vuez d’ho corfou marvel, dre he Spered, pehini a choum enoc’h.
(12) Evel-se eta, breudeur, n’omp ket dleourien d’ar c’hig, evit beva hervez ar c’hig. (13) Rag, mar bevit hervez ar c’hig, e varvfot ; mes mar lakit, dre ar Spered, oberou ar c’horf da vervel, c’houi a vevo. (14) Rag ar re holl a zo cunduet gant Spered Doue, a zo bugale da Zoue.
(15) Rag n’hoch euz ket recevet eur spered a esclavach, evit kaoud aoun c’hoas ; mes recevet hoc’h euz eur Spered a adoption, dre behini e criomp : Abba, Tad. (16) Rag ar Spered he-unan a rent testeni d’hor spered-ni, penaos ez omp bugale da Zoue. 17) Ha mar d’omp bugale, ez omp ive heritourien ; heritourien da Zoue, ha kenheritourien gant ar C’hrist ; gant ma teuimp da c’houzanv koulskoude assambles ganthan, evit ma vezimp ive glorifiet assambles ganthan.
(18) Rag me a gav d’in penaos souffransou an amzer prezant-man n’int netra e-kichen ar gloar da zond, a dle beza diskouezet enomp-ni. (19) Rag an holl grouadurien a zo o c’hortoz, gant eun hast braz, ma vezo diskouezet bugale Doue, (20) (rag n’e ket dre ho bolontez ho-unan eo ar grouadurien lakeat da blega d’ar vanite, mes abalamour d’an Hini hen deuz ho lakeat da blega,) (21) en esperans ma vezint delivret ive euz a esclavach ar vreinadurez, evit beza el liberte glorius euz a vugale Doue. (22) Rag ni a oar penaos, bete vreman, an holl grouadurien a zo oc’h huanadi assambles, hag a zo assambles en poan ar goentrou ; (23) ha n’e ket ar re-man hep-ken, mes ive ni hon-unan pere hon euz ar c’henta frouez euz ar Spered, huanadi a reomp ive enomp hon-unan, en eur c’hortoz an adoption, ar redemption euz hor c’horf. (24) Rag en esperans eo ez omp salvet. Hogen, pa veler ar pez a esperer, kement-se n’eo ken eun esperans ; rag, penaos ec’h heller esperoud ar pez a veler ? (25) Mes ma c’hesperomp ar pez na velomp ket, ez omp ouz he c’hortoz gant patianted.
(26) Hag ouz-pen-ze ive ar Spered a zicour ac’hanomp en hor sempladureziou ; rag na ouzomp ket petra a dleomp da c’houlen evit pidi evel ma’z eo dleet ; mes ar Spered he-unan a zeu da intercedi evidomp dre huanadou ha na heller ket ho rei da gompren. (27) Koulskoude an hini a vel bete fons ar c’halonou, a oar petra eo karantez ar Spered, pehini a bed hervez Doue evit ar zent.
(28) Hogen, gouzoud a reomp ive penaos pep tra a dro da vad gant ar re a gar Doue, gant ar re a zo galvet hervez he volontez. (29) Rag ar re a zo bet anavezet ganthan a-ziagent, hen deuz ive ho merket a-ziagent, evit beza henvel ouz imach he Vab, evit ma vije he-man ar c’henta-ganet etouez kalz a vreudeur ; (30) Hag ar re a zo bet merket ganthan a-ziagent, ar re-ze hen deuz ive galvet ; hag ar re hen deuz galvet, ar re-ze hen deuz ive justifiet ; hag ar re hen deuz justifiet, ar re-ze hen deuz ive glorifiet.
(31) Petra a livirimp-ni eta var gement-man ? Mar ema Doue evidomp, piou a vezo a-enep deomp ? (32) Hen, pehini n’hen deuz ket espernet he Vab he-unan, mes hen deuz livret anezhan evidomp-ni holl, penaos na roi-hen ket ive deomp pep tra assambles ganthan ? (33) Piou a zavo evit tamal ar re choazet gant Doue ? Doue eo an hini a justifi anezhe. (34) Piou a gondaono anezhe ? Ar C’hrist a zo marvet, hag ouzpen-ze resussitet eo, azezet eo memeus en tu-deo da Zoue, hag intercedi a ra ive evidomp. (35) Piou a zispartio ac’hanomp euz a garantez ar C’hrist ? Pe an affiiction, pe an enkrez, pe ar bersecution, pe an naoun, pe an noazder, pe an danger, pe ar c’hleze ? (36) Evel ma’z eo scrivet : Bemdez ez omp livret d’ar maro abalamour d’id, ha kemeret omp evel denved, pere a zo merket evit beza lazet. (37) Er c’hontrol, en holl draou-ze e c’hounezomp ar victoar ha muioc’h c’hoas, dre an hini hen deuz karet ac’hanomp. (38) Rag assur oun penaos, nag ar maro, nag ar vuez, nag an elez, nag ar brinselezou, nag ar puissansou, nag an traou a vreman, nag an traou da zond, (39) nag an huelder, nag an dounder, na crouadur all e-bed, na hello dispartia ac’hanomp euz a garantez Doue, diskouezet en Jesus-Christ hon Aotrou.
E a lavar ar wirionez er C’hrist, na lavaran gaou e-bed ; ha va c’houstians a ro testeni d’in dre ar Spered-Santel, (2) penaos em euz eun dristidigez vraz, ha ne baouez ket va c’halon da veza tourmantet. (3) Rag karoud a rajen beza va-unan milliget, pell diouz ar C’hrist, evit va breudeur, va c’herent hervez ar c’hig ; (4) pere a zo Israelited, euz a bere ec’h apparchant an adoption, ar gloar, an alliansou, al lezen, ar servich divin hag ar promessaou ; (5) pere a zo deuet euz a lignez an tadou, hag euz a bere eo ganet, hervez ar c’hig, ar C’hrist, pehini a zo Doue dreist an holl, benniget da virviken. Amen !
(6) N’eo ket m’hen defe ger Doue faziet ; rag ar re holl a zo deuet euz a lignez Israel, n’int ket euz a Israel ; (7) hag evithe da veza lignez Abraham, n’int ket holl he vugale ; mes scrivet eo : En Isaac e vezo eul lignez hag a zougo da hano ; (8) da lavaret eo, n’e ket bugale ar c’hig eo a zo bugale da Zoue ; mes bugale ar bromessa eo ar re a zo countet da veza al lignez. (9) Rag, setu aman geriou ar bromessa : D’ar poent-man ar bloaz e teuin adare, ha Sara he devezo eur mab.
(10) Ha n’eo ket a-walc’h kement-se ; mes gant Bebecca e c’hoarvezaz hement-all, pa he doe concevet daou vab assambles, euz a Isaac, hon tad. (11) Rag ne oant ket ganet c’hoas, ha n’ho doa great na droug na vad, ha koulskoude, evit ma choumje stard ar choaz a Zoue, nann abalamour d’an oeuvrou, mes abalamour d’an hini a c’halv, e oe lavaret dezhi : (12) Ar c’hossa a vezo lakeat dindan ar yaouanka. (13) Evel ma’z eo scrivet : Karet em euz Jacob, mes kas em euz bet euz Esaü.
Petra eta a livirimp-ni ? (14) Ha bez’ a zo injustis en Doue ? E feçon e-bed. (15) Rag lavaret hen deuz da Voises : Me em bezo trugarez euz an hini a behini em bezo trugarez, hag em bezo truez euz an hini a behini em bezo truez. (16) Kement-se ne deu ket eta euz a volontez an den, nag euz an hini a red ; mes euz a Zoue pehini a ra trugarez. (17) Rag ar Scritur a lavar da Pharaon : Evit kement-man em euz da zavet, evit diskouez enoud va galloud, ha ma vezo discleriet va hano dre ar bed holl. (18) Ober a ra eta trugarez d’an neb ma plij dezhan, hag e laka da galedi an neb a fell dezhan.
(19) Hogen te a lavaro d’in : Perag e teu Doue c’hoas d’en em glem ? Rag piou a hell enebi ouz he volontez ? (20) Mes kentoc’h, O den, piou oud-de, evit disput ouz Doue ? Daoust hag ar pod-pri a lavaro d’an hini hen deuz great anezhan : Perag ec’h euz-te va great evel-hen ? (21) Daoust ha n’hen deuz ket ar poder ar galloud da ober euz ar memeus tolzen-bri, eur vessel evit usachou henorabl, hag unan all evit usachou disterroc’h ? (22) Ha petra da lavaret, mar hen deuz Doue, o felloud dezhan diskouez he goler ha rei da anaoud he c’halloud, anduret gant eur batianted vraz vesseliou ar goler, great evit ar gollidigez ? (23) Evit rei da anaoud ive ar pinvidigeziou euz he c’hloar var ar vesseliou a drugarez, great ganthan en avans evit ar gloar, (24) da lavaret eo, var-n’omp-ni pere a zo bet galvet ganthan, nann euz a-douez ar Judevien hep-ken, mes ive euz a-douez ar Jentiled ? (25) Hervez m’hen lavar ive er profet Osee : Me a c’halvo va fobl, ar re ne oant ket va fobl, ha va muia-karet, an hini ne oa ket va muia-karet ; (26) hag e c’hoarvezo penaos el leac’h memeus ma oa bet lavaret dezhe : N’oc’h ket va fobl, eno e vezint galvet bugale an Doue beo. (27) Isaias ive a zav he vouez, da lavaret divarben Israel : Ha pa vez an niver euz a vugale Israel ker braz hag hini an treaz euz ar mor, eul loden vihan hep-ken a zilerc’h a vezo salvet. (28) Rag an Aotrou a echuo hag a zivero an affer gant justis ; an Aotrou a rai eun diminu vraz var an douar. (29) Isaias hen devoa lavaret ive araog : Ma n’hen divije Aotrou an armeou lezet ganeomp unan-benag euz bon raç, e vijemp deuet da veza evel Sodom, hag e vijemp bet rentet henvel ouz Gomor.
(30) Petra eta a livirimp-ni ? Penaos ar Jentiled, pere ne glaskent ket ar justis, ho deuz kavet ar justis, da lavaret eo, ar justis a zo dre ar feiz ; (31) eleac’h Israel, pehini a glaske eul lezen a justis, n’eo ket deuet aben da gavoud al lezen-ze a justis. (32) Perag ? Abalamour n’ho deuz ket he c’hlasket dre ar feiz, mes dre oeuvrou al lezen : rag en em stropet int ouz ar mean a laka da gweza ; (33) evel ma’z eo scrivet : Setu e lakaan en Sion eur mean a wall-lam hag eur roc’h a scandal ; ha : Piou-benag a gred enhan, n’hen devezo ket a leac’h da gaoud mêz.
REUDEUR, dezir va c’halon, ha va feden da Zoue evit Israel, eo ma vezint salvet. (2) Rag rei a ran an desteni-man dezhe, penaos ho deuz zêl evit Doue ; mes eur zêl heb anaoudegez ; (3) rag evel na anavezont ket ar justis a Zoue, hag o klask etablissa ho justis ho-unan, n’ho deuz ket pleget d’ar justis a Zoue. (4) Rag ar C’hrist eo ar fin euz al lezen, evit justifia kement den a gred.
(5) Rag Moises a scriv evel-hen divarben ar justis a zeu euz al lezen : An den a rai an traou-man, a vevo dreizhe. (6) Mes ar justis a zeu dre ar feiz a gomz evel-hen : Na lavar ket en da galon : Piou a bigno en env ? Lavaret kement-se eo digas ar C’hrist d’an traon ac’hane ; (7) pe c’hoas : Piou a ziskenno e calon an douar ? Kement-se eo lakaad ar C’hrist da zevel a-douez ar re varo. (8) Petra eta a lavar-hi ? Ar ger a zo tost d’id, en da c’henou hag en da galon. Setu eno ger ar feiz a brezegomp. (9) Lavaret a ra penaos mar deuez da anzav a c’henou ez eo Jesus an Aotrou, ha mar credez en da galon hen deuz Doue savet anezhan a-douez ar re varo, e vezi salvet. (10) Rag euz ar galon e creder, evit kaoud ar justis, ha gant ar genou eo ec’h anzaver, (11) evit kaoud ar zilvidigez. Rag ar Scritur a lavar : Piou-benag a gred enhan, n’hen devezo ket a leac’h da gaoud mêz.
Rag n’euz ket a zifferans etre ar Judeo hag ar Grek, (12) rag holl ho deuz ar memeus Aotrou, (13) pehini a zo pinvidic evit ar re holl a c’halv anezhan. Rag piou-benag a c’halvo hano an Aotrou, a vezo salvet.
(14) Penaos eta e c’halvint-hi an hini en pehini n’ho deuz ket credet ? Ha penaos e credint-hi en hini euz a behini n’ho deuz ket klevet komz ? Ha penaos e klevint-hi, ma ne vez den da brezeg ? (15) Ha penaos e vezo prezeget, ma ne vez digasset den ? evel ma’z eo scrivet : Na peger kaer eo treid ar re a zigas ar c’helou mad euz ar peoc’h, ar re a annons traou mad ! (16) Mes n’ho deuz ket sentet holl ouz an Aviel ; rag Izaias a lavar : Aotrou, piou hen deuz credet d’ar pez hon euz-ni prezeget ?
(17) Evel-se eta, ar feiz a zeu euz ar pez a glever, hag ar pez a glever, a zeu euz a c’her Doue. (18) Mes me her goulen, ha n’ho deuz-hi ket her c’hlevet ? Eo zur, ho mouez a zo eat dre ar bed holl, hag ho c’homzou beteg ar pennou pella euz ar bed. (19) Me her goulen c’hoas : Daoust hag Israel n’hen deuz ket bet a anaoudegez euz ar ger-ze ? Da genta Moises a lavar : Me a lakai ar jalouzi da zevel enoc’h dre eur bobl ha n’eo ket va fobl ; lakaad a rin droug da zevel enoc’h dre eur bobl dibourvez a skiant. (20) Hag Isaias hen deuz an hardiegez da lavaret : Kavet oun bet gant ar re na glaskent ket ac’hanoun, anavezet oun bet gant ar re na c’houlennent ket divar va fen. Mes divarben Israel, e lavar : A-hed an deiz em euz astennet va daouarn var-zu eur bobl pehini a stourm ha na zent ket.
OULEN a ran eta : Daoust ha Doue hen deuz taolet he bobl diouthan ? Pell a ze ; rag me va-unan a zo euz a Israel, euz a lignez Abraham, euz a dribu Benjamin. (2) Doue n’hen deuz ket taolet diouthan he bobl pehini hen deuz anavezet a-ziagent. Ha na ouzoc’h-hu ket petra a lavar ar Scritur divarben Elias, penaos e reaz klem ouz Doue a-enep Israel, en eur lavaret : (3) Aotrou, lazet ho deuz da brofeted, ha diskaret ho deuz da aoteriou ; ha me a zo choumet va-unan, hag emaint o klask lemmel va buez diganen. (4) Mes pe seurt respont a reaz Doue dezhan ? Miret em euz evidoun va-unan seiz mil den, pere n’ho deuz ket pleget ho glin dirag Bahal. (5) Beza ez euz eta ive en amzer-man eur rum tud hag a zo bet miret, hervez ar choaz euz he c’hras. (6) Hogen mar d’eo dre ar c’hras int bet choazet, n’eo ket mui dre an oberou ; anez ar c’hras ne vije mui eur c’hras ; a-hend-all, mar d’eo dre an oberou, neuze n’eo mui dre ar c’hras ; anez an oberou ne vijent mui oberou. Petra eta ? (7) Israel n’hen deuz ket kavet ar pez a glaske, mes ar re choazet ho deuz hen kavet, hag ar re all a zo bet kaledet, (8) hervez ma’z eo scrivet : Doue hen deuz roet dezhe eur spered a bounner-gousk, daou-lagad ha na velont ket, ha diou-skouarn ha na glevont ket, beteg an devez-man. (9) Ha David a lavar : Ra vezo ho zaol evithe eur roued hag eur pech, eun occasion da gweza hag ho recompans ; (10) ra vezo ho daoulagad tenvaleet evit na velint ket, ha ra vezo ho c’hein daou-bleget da viken.
(11) Her goulen a ran eta : Daoust hag assoupi ho deuz great evit kweza ? Doue ra viro ! mes dre ho lam eo deuet ar zilvidigez d’ar Jentiled, evit lakaad ar jalouzi da zevel enhe. (12) Hogen, mar d’eo bet ho lam pen-caoz da binvidigez ar bed, hag ho c’holl pen-caoz da binvidigez ar Jentiled, pegement mui e vezo conversion ar bobl holl ?
(13) Rag me a lavar deoc’h-hu, Jentiled : O veza ma’z oun abostol ar Jentiled, e c’hlorifian va c’harg, (14) o klask, mar gallan, lakaad an dud euz va goad da c’hoantaad beza par d’ar re all, ha da zavetei unan-benag anezhe. (15) Rag mar d’eo deuet ar bed da veza unanet gant Doue, dre ma’z eo bet ar re-man taolet a-gostez, pa vezint galvet a-nevez, petra a vezo kement-se, nemed eur resurrection euz a varo ?
(16) Hogen, mar d’eo santel ar c’henta frouez, ar rest euz ar frouez a zo santel ive ; ha mar d’eo santel ar c’hrizien, ar brancou a zo santel ive. (17) Mes mar d’eo bet diskolpet unan-benag euz ar brancou, ha te, gwezen olivet sauvach, mar d’oud bet greffet en ho flas, ha mar d’oud deuet da gaoud lod er c’hrizien hag er mêl euz ar vezen olivet, (18) n’ed a ket da denna gloar d’id da-unan divar goust ar brancou ; pe mar grez, bez sonj n’eo ket te a zoug ar c’hrizien, mes ar c’hrizien, eo a zoug ac’hanoud. (19) Mes te a lavaro : Ar brancou a zo bet diskolpet, evit ma vijen-me greffet. (20) Mad ; diskolpet int bet abalamour ne gredent ket ; mes te a choum stard dre ar feiz ; diwall d’en em huellaad, mes bez var da aoun. (21) Rag mar n’hen deuz ket Doue espernet ar brancou naturel, laka evez gant aoun na espernfe ket ac’hanoud-de ken neubeud.
(22) Sell eta ouz ar vadelez hag ouz ar garventez a Zoue ; he c’harventez e-kenver ar re a zo kwezet, mes he vadelez en da genver-te, mar kendalc’hez en he vadelez ; anez, te ive a vezo diskolpet. (23) Hag evit ar pez a zell ar re-ze, mar na choumont ket en discredoni, e vezint greffet a-nevez ; rag Doue hen deuz ar galloud d’ho greffa adare. (24) Rag mar d’oud bet troc’bet euz ar vezen olivet sauvach, ha mar d’oud bet, er c’hontrol d’an natur, greffet var eur vezen olivet vad ; pegement kentoc’h na vezo ket ar re a zo ar brancou naturel greffet var ho gwezen olivet ho-unan ?
(25) Rag ne fell ket d’in, breudeur, ec’h ignorfac’h ar myster-man, evit na veot ket fur dirag ho taou-lagad hoc’h-unan ; penaos eul loden euz a Israel a zo kwezet en dallentez, bete ma vezo holl bobl ar Jentiled antreet en Iliz. (26) Hag evel-se Israel holl a vezo salvet, hervez ma’z eo scrivet : Al liberatour a zeui euz a Sion, hag a bellaio euz a Jacob peb impiete ; (27) hag houman eo an allians a rin ganthe, pa lammin kuit ho fec’hejou.
(28) Gwir eo penaos, e-kenver an Aviel ez int enebourien, abalamour deoc’h ; mes e-kenver ar choaz a Zoue, ez int karet abalamour d’ho zadou, (29) rag donezonou ha galvedigez Doue ne hellont ket beza torret. (30) Hag evel ma’z oc’h bet ive gwech-all dizent ouz Doue, ha m’hoc’h euz koulskoude kavet breman trugarez dre ho dizentidigez ; (31) evel-se, ez int deuet breman da veza dizent, evit ma ho devezo trugarez, dre an drugarez a zo bet great deoc’h. (32) Rag Doue hen deuz lakeat an holl da veza assambles en dizentidigez, evit ober trugarez d’an holl.
(33) O dounder euz ar binvidigez, hag euz ar furnez, hag euz ar wiziegez a Zoue ! Pegen incomprenabl eo he varnedigeziou, pegen dies da anaoud he henchou ! (34) Rag piou hen deuz anavezet sonj an Aotrou, pe piou hen deuz roet eun ali-benag dezhan ? (35) Pe c’hoas, piou hen deuz roet eun dra-benag dezhan da genta, hag e vezo rentet dezhan adare ? (36) Rag an holl draou a zo diganthan, ha dreizhan, hag evithan : Dezhan ar gloar da viken ! Amen !
O pedi a ran eta, breudeur, dre an drugarezou a Zoue, da rei ho corfou en sacrifis beo, santel, hag agreabl da Zoue, rag evel-se e tere ouzoc’h hen servicha. (2) Ha na gemerit ket skouer var ar bed-man, mes bezit chanchet holl, en eur zond da gaoud eur spered nevez, evit ma c’hanavezfot ez eo bolontez Doue mad, agreabl ha parfet.
(3) Hogen, lavaret a ran da bep hini ac’hanoc’h, dre ar c’hras a zo bet roet d’in, diwall da gaoud anezhan he-unan eun istim brassoc’h eged n’eo dleet, mes kaout santimanchou deread, hervez ar muzur euz ar feiz a zo bet roet da bep hini. (4) Rag, evel ma hon euz en eur c’horf hepken kalz a izili, ha n’ho deuz ket an holl izili-ze ar memeus labour da ober ; (5) evel-se ni, petra-benag ma’z euz kalz ac’hanomp, ez omp eur c’horf hep-ken er C’hrist ; hag ez omp pep hini ac’hanomp iziii an eil d’egile ; (6) mes evel ma hon euz donezonou dishenvel, hervez ar c’hras a zo bet roet deomp, greomp usach anezhe, mar d’eo an donezon a brofesi, en eur exerci anezhi hervez muzur ar feiz ; (7) pe a zervich Doue, oc’h en em rei d’ar zervich-se ; pe a instruction, en eur instrui ; pe a exhortation, en eur exhorti. (8) Ra zeuio an hini a zistribu an aluzennou, d’hen ober gant lealded ; an hini a zo lakeat da brezidant, da ober he garg gant evez ; an hini a ra ceuvrou a vizericord, d’ho ober gant joa.
(9) Ra vezo ar garantez leal. Kemerit kas ouz an droug, en em stagit ferm ouz ar mad. (10) Evit ar pez a zell ouz ar garantez etre breudeur, bezit leun a deneredigez an eil evit egile. Er pez a zell ar respet, bezit leun a volontez vad an eil e-kenver egile. (11) Na vezit ket didalvez e-kenver ar zêl. Bezit leun a fervor en ho spered ; servichit an Aotrou. (12) Bezit joaüs en esperans, leun a batianted en afflictionou, ha kendalc’hit er beden. (13) Kemerit perz en ezomou ar zent ; bezit prim da zigemer en ho ti. (14) Bennigit ar re a deu d’ho persecuti ; bennigit, ha na roit ket ho malloz. (15) Bezit laouen gant ar re a zo laouen, ha gwelit gant ar re a zo o wela. (16) Ra vezo ar memeus santimanchou etrezoc’h ; na glaskit ket ar grandeuriou, mes en em gontantit euz an traou izel ; na vezit ket fur dirag ho taou-lagad hoc’h-unan.
(17) Na rentit da zen an droug evit an droug ; en em stagit ouz ar pez a zo mad dirag an holl dud. (18) Mar d’eo possubl, hag en kement ha ma tepant ouzoc’h, bevit en peoc’h gant an holl dud. (19) N’en em venjit ket hoc’h-unan, va breudeur muia-karet, mes lezit ar goler a Zoue da ober kement-se ; rag scrivet eo : Ar venjans a zo d’in-me ; me he rento, eme an Aotrou. (20) Rag-se, mar hen deuz da enebour naoun, ro da zibri dezhan ; mar hen deuz sec’hed, ro da eva dezhan ; rag en eur ober evel-se, e tastumi glaou-tan var he ben. (21) Na lez ket an droug da veza treac’h d’id ; mes treac’h an droug gant ar mad.
A vezo peb den sentus ouz ar puissansou huel ; rag n’euz puissans e-bed ha ne deufe euz a Zoue ; hag ar puissansou a zo breman, a zo bet lakeat gant Doue. (2) Rag-se, piou-benag a stourm ouz an otorite, a zeu da enebi ouz urz Doue ; hag ar re a zeu da enebi, a denno ar varnedigez varnezhe ho-unan. (3) Rag n’eo ket pa rer actionou mad, mes pa rer re fall, e vez leac’h da gaoud aoun rag ar re a c’houarn. Ha te a fell d’id beza heb aoun rag ar puissansou ? Gra ar mad, hag e vezi meulet ganthe. (4) Rag ar Rener a zo servicher Doue evit da vad-te ; mes, mar grez an drouk, diwall, rag n’eo ket evit netra e toug-hen ar c’hleze ; rag eur servicber a Zoue eo, evit renta ar justis, en eur bunissa an hini a ra an drouk. (5) Dre-ze eo red beza sentus, n’e ket hep-ken abalamour d’ar bunition, mes ive abalamour d’ar goustians. (6) Abalamour da ze ive eo e paeit ar c’hargou, rag ministred Doue int, oc’h en em rei d’an deveriou-ze. (7) Rentit eta da bep hini ar pez a zo dleet dezhan ; an tribut d’an neb ma’z eo dleet an tribut ; an taillou d’an neb ma’z eo dleet an taillou ; an doujans d’an neb ma’z eo dleet an doujans ; an henor d’an neb ma’z eo dleet an henor.
(8) Na dleit netra da zen e-bed, nemed ar garantez an eil evit egile ; rag an hini a gar ar re all, hen deuz accomplisset al lezen. (9) Rag, ar gourc’hemenou-man : Na ri ket a avoultriach ; na lazi ket ; na laeri ket ; na liviri ket a desteni faoz ; na c’hoantai ket ; ha kement gourc’hemen all a helfe beza, kement-se holl a zo dalc’het er gomz-man : Karoud a ri da nessa evel-d’oud da-unan. (10) Ar garantez na ra ket a zrouk d’an nessa ; ar garantez eta eo an accomplissamant euz al lezen.
(11) Ha kement-se a dleit da ober, abalamour d’an amzer ma’z omp enhan ; rag breman ema an heur deomp da zihuna euz hor c’housk, pa’z eo gwir ar zilvidigez a zo breman tostoc’h deomp eged pa hon euz credet. (12) An noz a zo avanset mad, hag an deiz a dosta ; taolomp eta diouzomp oberou an devalijen, ha gwiskomp armou ar sclerijen. (13) Baleomp gant honestis evel ma rer en deiz, ha nann en diroll hag er vezventi, nag el lubricite nag el louzdoni, nag er chican, nag en anvi ; (14) mes en em viskit euz an Aotrou Jesus-Christ, ha na zelaouit ket ar c’hig evit he gontanti en he zeziriou fall.
N hini a zo febl er feiz, digemerit anezhan gant madelez, heb disput var an opinionou. (2) Unan a gred ec’h hell dibri euz a bep tra ; hag an hini a zo febl na zebr nemed legumach. (3) An hini a zebr a bep seurt, ra ziwallo da zisprijoud an hini na zebr ket a bep seurt ; hag an hini na zebr ket a bep seurt, ra ziwallo da varn an hini a zebr a bep seurt ; rag Doue hen deuz he zigemeret. (4) Piou oud-de, te pehini a gondaon servicher eun all ? D’he vestr he-unan eo barn anezhan, mar choum en he za, pe mar deu da gweza ; mes choum a rai en he za, rag Doue a zo galloudus evit rei nerz dezhan.
(5) He-man a istim eun devez dreist eun devez all ; hennes a istim an holl deveziou an eil kement hag egile ; ra hen devezo pep den en he spered eur greden barfet eo mad ar pez e ra. (6) An hini a observ an deveziou, a observ anezhe, abalamour d’an Aotrou ; hag an hini na observ ket anezhe, n’ho observ ket, abalamour d’an Aotrou ; an hini a zebr a bep seurt, a zebr, en doujans an Aotrou, rag trugarekaad a ra Doue ; hag an hini na zebr ket a bep seurt, evit an Aotrou eo ne zebr ket, hag e rent ive grasou da Zoue. (7) Rag, hini ac’hanomp na vev evithan he-unan, hag hini ac’hanomp na varv evithan he-unan. (8) Mar bevomp, evit an Aotrou eo e vevomp ; ha mar marvomp, evit an Aotrou eo e varvomp ; evel-se ’ta, daoust pe beva, pe vervel a reomp, ez omp d’an Aotrou. (9) Rag evit se eo marvet ar C’hrist, ha resussitet, hag hen deuz kemeret adare ar vuez, evit dond da ren var ar re veo ha var ar re varo.
(10) Mes te, perag e varnez-te da vreur ? Ha te ive, perag e tisprijez-te da vreur ? pa’z eo gwir e vezimp lakeat holl dirag tribunal ar C’hrist. (11) Rag scrivet eo : Evel ma’z oun beo, eme an Aotrou, pep glin a blego dirazoun, ha pep teod a rento gloar da Zoue. (12) Evel-se ’ta pep hini ac’hanomp a rento count da Zoue evithan he-unan.
(13) N’en em varnomp mui eta an eil egile ; mes barnit kentoc’h ne dleer rei nag occasion da bec’hi, na scandal e-bed d’hor breur. (14) Me a oar, hag a zo sur mad dre an Aotrou Jesus, penaos n’euz netra souillet anezhan he-unan ; koulskoude an hini a sonj dezhan ez eo souillet eun dra, an dra-ze a zo souillet evithan. (15) Mes ma vez da vreur glac’haret ganez abalamour da eur boued-benag, n’en em gomportez mui hervez ar garantez. Ne laka ket da vond da goll, dre da voued, an hini evit pehini eo marvet ar C’hrist. (16) Diwallit eta ne vez drouk-komzet divarben al liberte hoc’h euz. (17) Rag rouantelez Doue n’ema ket en dibri nag en eva, mes er justis, er peoc’h, hag er joa dre ar Spered-Santel. (18) An neb a zervich ar C’hrist en doare-ze, a blij da Zoue, hag a vez kavet mad gant an dud.
(19) Klaskomp eta an traou a gas d’ar peoc’h, hag a hell hon edifia an eil hag egile. N’ed a ket da zistruj oeuvr Doue evit eun tam boued. (20) Gwir eo penaos pep tra a zo pur, mes eun dra fall eo d’an den ho dibri, en eur rei scandal. (21) Mad eo choum heb dibri kig, nag eva gwin, hag en em viret euz a gement a helfe lakaad da vreur da stronsa, pe da gweza, pe da zinerza. (22) Beza ec’h euz-te ar feiz-ze ? dalc’h anezhi enoud da-unan dirag Doue. Eürus an hini n’en em gondaon ket he-unan er pez a gav mad. (23) Mes an hini hen deuz douetans divarben eun tam boued, a zo condaonet mar tebr anezhan, abalamour n’hen gra ket gant feiz ; hogen kement tra n’ed eo ket great gant feiz, a zo pec’hed.
I eta, pere a zo krenv, a dle supporti sempladurez ar re febl, eleac’h en em blijoud enomp hon-unan. (2) Ra zeui kentoc’h pep hini ac’hanomp da glask plijoud d’he nessa, er pez a zo mad, evit an edification ; (3) rag ar C’hrist ive n’eo ket en em blijet enhan he-unan ; mes evel ma’z eo scrivet : Dismegansou ar re a ra dismegans d’id, a zo kwezet varnoun-me. (4) Hogen, kement tra a zo bet scrivet gwech all, a zo bet scrivet evit hor c’helenadurez, evit ma hor bezo esperans, dre ar batianted hag ar gonsolation a zeu euz ar Scrituriou. (5) Gras deoc’h da gaoud digant an Doue a batianted hag a gonsolation ar memeus santimanchou an eil e-kenver egile, hervez Jesus-Christ ; (6) evit gallout gant ar memeus calon hag ar memeus genou, renta gloar da Zoue, pehini a zo Tad hon Aotrou Jesus-Christ. (7) Rag-se en em digemerit an eil egile, evel ma’z omp bet digemeret gant ar C’hrist evit gloar Doue.
(8) Lavaret a ran eta penaos Jesus-Christ a zo bet ministr ar circoncision, evit diskouez ar fidelite a Zoue, en eur accomplissa ar promessaou great d’an tadou ; (9) hag evit ma teui ar Jentiled da c’hlorifia Doue abalamour d’he drugarez, hervez ar pez a zo scrivet : Abalamour d’an dra-man me a rento d’id meulodi e-touez ar Jentiled, hag e canin canticou d’az hano. (10) Lavaret eo bet c’hoas : En em rejouissit, Jentiled,gant he bobl. (11) Ha c’hoas : Nationou, meulit holl an Aotrou, ha c’houi poblou, celebrit anezhan holl. (12) Izaias a lavar ive : Dond a rai euz a Jesse eur c’hrizien hag a zavo evit gouarn ar Jentiled ; hag ar Jentiled a espero enhan.
(13) Ra zeui eta an Doue a esperans d’ho karga a bep seurt joa ha peoc’h, er feiz, evit ma creskot en esperans, dre c’halloud ar Spered-Santel.
(14) Evidoun-me, va breudeur, em euz ar greden ez oc’h leun a vadelez, karget a bep anaoudegez, ha capabl ive d’en em exhorti an eil egile. (15) Koulskoude, breudeur, em euz scrivet deoc’h gant mui a hardiegez marteze, evit digas da zonj deoc’h, euz an traou-man, hervez ar c’hras a zo bet roet d’in gant Doue, (16) da veza ar ministr euz a Jesus-Christ e-kenver ar Jentiled, ha da accomplissa an deveriou santel euz a garg Aviel Doue, evit ma vezo kavet mad an offrans euz ar Jentiled, o veza santifiet gant ar Spered-Santel. (17) Bez’ em euz eta leac’h d’en em c’hlorifia dre Jesus-Christ, en traou a zell ouz Doue. (18) Rag na gredfen komz a netra, ha ne vez bet great dreizoun gant ar C’hrist, dre ar gomz ha dre an oberou, evit lakaad ar Jentiled da zenti outhan ; (19) dre c’halloud ar miraclou hag ar burzudou ; dre c’halloud ar Spered a Zoue ; en hevelep doare ma em euz prezeget dre-holl Aviel ar C’hrist, adaleg Jerusalem hag ar broiou tro-var-dro, beteg an Illyria. (20) Hag evel-se em euz lakeat va holl zourci da brezeg an Aviel, eleac’h ne oa ket bet c’hoas klevet hano ar C’hrist, gant aoun ne zeufen da vatissa var fondamant eun all ; (21) hervez ma’z eo scrivet : Ar re da bere ne oa ket bet annonset her gwelo, hag ar re n’ho doa ket klevet komz anezhan, a glevo.
(22) Abalamour da ze ive oun bet harzet alies da vond beteg enoc’h. (23) Mes evel n’em euz ken breman affer e-bed er vro-man, ha ma em euz eur c’hoant vraz abaoe meur a vloaz da vond d’ho kwelet, (24) ez in d’ho kavout, pa vezin en hent evit mond d’ar Spagn ; rag esperoud a ran ho kwelet, en eur dremen, ha beza ambrouget ganeoc’h en hent varzu eno, goude m’am bezo da genta contantet eun neubeud ar c’hoant em euz da veza ganeoc’h. (25) Mes breman ez an da Jerusalem, da gas d’ar Zent eun tam sicour. (26) Rag ar re euz a Vacedonia hag euz a Akaia ho deuz kavet mad rei lod euz ho madou d’ar beorien a zo e-touez Sent Jerusalem. (27) Kement-se ho deuz kavet mad, hag evit-gwir, dleouiren e oant ive dezhe ; rag, mar ho deuz bet ar Jentiled lod euz ho madou spirituel, e tleont dond ive d’ho zicour en traou temporel. (28) Goude eta m’am bezo great kement-se, ha m’am bezo roet dezhe gant fidelite ar pez a zo da rei, e tremenin dre ho pro, en eur vond d’ar Spagn. (29) Hogen, gouzoud a ran, pa zeuin d’ho kavoud, e teuin karget euz benedictionou Aviel ar C’hrist.
(30) Ho pidi a ran eta, breudeur, dre hon Aotrou Jesus-Christ, ha dre garantez ar Spered, da gombati assambles ganen er pedennou a reot evidoun da Zoue ; (31) evit ma vezin delivret euz an dud difeiz euz ar Jude, hag evit ma vezo va c’harg en Jerusalem digemeret mad gant ar Zent ; (32) evit ma’z in d’ho kavout gant joa, dre volontez Doue, ha ma c’hallin kaoud eun tam repos en ho touez. (33) Ra vezo Doue ar peoc’h ganeoc’h holl ! Amen.
ECOMMANDI a ran deoc’h Phoebe, hor c’hoar, ha servicherez euz an Iliz a Genchrea ; (2) evit ma tigemerot anezhi en Aotrou, evel ma tere ouz ar Zent ; ha ma sicourot anezhi en kement tra ma c’halfe kaoud ezom ac’hanoc’h ; rag honnes he deuz recevet en he zi meur a hini, hag ac’hanoun-me dreist holl.
(3) Saludit Priscilla hag Akilas, va c’hen-labourerien en Jesus-Christ, (4) pere ho deuz exposet ho buez evit va hini-me ; ha n’e ket me hep-ken a deu d’ho zrugarekaad, mes ive holl Ilizou ar Jentiled. (5) Saludit ive an Iliz a zo en ho zi. Saludit Epaïnetus, va muia-karet, ar c’henta a zo bet en em gonvertisset d’ar C’hrist en Akaia. (6) Saludit Mari, pehini he deuz kemeret kalz a boan evidomp. (7) Saludit Andronicus ha Junia, va c’herent, ha va c’hompagnunez er prizon. Braz int etouez an ebestel, hag ouz-pen, credet ho deuz er C’hrist a-raog d’in. (8) Saludit Amplias, va muia-karet en Aotrou. (9) Saludit Urbanus, compagnon euz hon labouriou er C’hrist ; ha Stachys, va muia-karet. (10) Saludit Appelles, pehini a zo bet amprouvet er C’hrist. Saludit ar re euz a di Aristobolus. (11) Saludit Herodion, a zo euz va c’herent. Saludit ar re euz a di Narcissus, pere a zo en Aotrou. (12) Saludit Tryphina ha Tryphosa, pere ho deuz labouret evit an Aotrou. Saludit Persid, ar muia-karet, pehini he deuz labouret kalz evit an Aotrou. (13) Saludit Rufus, choazet gant an Aotrou, hag he vam, pehini a zo ive mam d’in-me. (14) Saludit Asyncritus, Phlegon, Hermas, Patrobas, Hermes, hag ar breudeur pere a zo ganthe. (15) Saludit Philologus ha Julia, Nerea hag he c’hoar, hag Olympia, hag an holl Zent a zo ganthe. (16) En em zaludit an eil egile gant eur pok santel. Ilizou ar C’hrist a zalud ac’hanoc’h.
(17) Koulskoude, ho pedan, breudeur, da ziwall ouz ar re a laka da zevel divisionou ha scandal a-enep an doctrin hoc’h euz desket, ha da bellaad diouthe. (18) Rag ar seurt tud-se na zervichont ket hon Aotrou Jesus-Christ, mes ho c’hov ho-unan ; ha gant komzou kaer ha meulodiou, e tromplont calonou an dud divalis. (19) Rag anavezet eo gant an holl ez oc’h sentus meurbed ; en em rejouissa a ran eta abalamour deoc’h, ha deziroud a ran e vec’h fur e-kenver ar mad ha pur e-kenver an drouk. (20) Hep dale an Aotrou a beoc’h a vrevo Satan dindan ho treid. Gras hon Aotrou Jesus-Christ ra vezo ganeoc’h ! Amen.
(21) Timoteus, va c’hen-labourer, ha Lucius, ha Jason, ha Sosipater, va c’herent, a zalud ac’hanoc’h.
(22) Me, Tertius, pehini em euz scrivet al lezer-man, a zalud ac’hanoc’h.
(23) Gaius, an hini am receo, hag a receo an Iliz holl en he di, a zalud ac’hanoc’h. Erastus, tenzorier kear, ha Kuartus, hor breur, a zalud ac’hanoc’h.
(24) Gras hon Aotrou Jesus-Christ ra vezo ganeoc’h holl ! Amen.
(25) D’an hini hen deuz ar galloud d’ho krenvaad hervez va Aviel, hag ar pez a zo bet prezeget gant Jesus-Christ, hervez revelation ar myster, dalc’het kuzet e-pad meur a gant vloaz, (26) mes a zo breman diskuzet dre Scrituriou ar brofeted, hervez gourc’hemen an Doue eternel, ha discleriet d’an holl Jentiled, evit ma sentint ouz ar feiz ; (27) da Zoue, pehini hep-ken a zo fur, ra vezo rentet, dre Jesus Christ, ar gloar e peb amzer ! Amen.
AOL, galvet da veza abostol euz a Jesus-Christ, dre volontez Doue, ha Sosthenes, hor breur, (2) da Iliz Doue a zo en Corinth, d’ar re a zo bet santifiet en Jesus-Christ, pere a zo galvet Sent, ha d’ar re holl, en pep leac’h, hag a c’halv hano hon Aotrou Jesus-Christ, (3) ho Aotrou hag hon hini. Gras deoc’h ha peoc’h digant Doue, hon Tad, ha digant hon Aotrou Jesus-Christ ! (4) Trugarekaad a ran va Doue bepred abalamour deoc’h, evit ar c’hras hen deuz roet deoc’h en Jesus-Christ, (5) da lavaret eo : dre ma’z oc’h bet pinvidikeet enhan e pep doare, en kement a zell ouz ar gomz hag ouz an anaoudegez, (6) testeni ar C’hrist o veza bet etablisset mad en ho touez ; (7) en hevelep doare ne vank donezon e-bed deoc’h-hu, pere a c’hortoz ma vezo diskouezet hon Aotrou Jesus-Christ. (8) Derc’hel a raio c’hoas d’ho krenvaad beteg ar fin, evit ma viot didamal en deiz hon Aotrou Jesus-Christ. (9) Doue, dre behini oc’h bet galvet da gommunion he Vab Jesus-Christ, hon Aotrou, a zo fidel. (10) Hogen, ho pidi a ran breudeur, en hano hon Aotrou Jesus-Christ, da veza accord assambles en ho komzou, da ziwall ne zavfe division en ho touez, mes da veza unanet mad assambles, a spered hag a zantimant. (11) Rag, roet eo bet d’in da anaoud, va breudeur, gant ar re euz a di Chloe, penaos ez euz disput en ho touez. (12) Da lavaret eo, pep hini, en ho touez, a lavar : Me a zo, diskibl da Baol ; ha me, da Apollos ; ha me, da Gephas ; ha me, d’ar C’hrist. (13) Daoust hag ar C’hrist a zo diviset ? Daoust ha Paol a zo
bet crucifiet evidoc’h, pe daoust ha c’houi a zo bet badezet en hano Paol ? (14) Trugarekaad a ran Doue abalamour n’am euz badezet hini ac’hanoc’h, nemed Crispus ha Gaïus ; (15) evit na lavaro den penaos em euz badezet em hano va-unan. (16) Badezet em euz ive famill Stephanas ; mes a-hend-all, na ouzon ket ha me em befe badezet c’hoas unan all-benag.
(17) Rag n’eo ket evit badezi hen deuz kasset ar C’hrist ac’hanoun, mes evit prezeg an Aviel, nann gant furnez ar gomz, gant aoun ne vez rentet dic’halloud croaz ar C’hrist. (18) Rag predication ar groaz a zo follentez evit ar re a ia da goll ; mes evidomp-ni pere a zo salvet, ez eo ar galloud a Zoue. (19) Rag scrivet eo : Me a zistrujo furnez ar re fur, hag a gasso da netra gwiziegez an dud a skiant. (20) Peleac’h ema an den fur ? Peleac’h ema ar Scrib ? Peleac’h ema an disputer euz ar bed-man ? Ha n’hen deuz ket Doue diskouezet ez eo furnez ar bed-man follentez ? (21) Rag, o veza n’hen deuz ket gallet ar bed, dre he furnez, anaoud Doue, e furnez Doue, ez eo bet plijet gant Doue savetei, dre ar follentez euz ar bredication ar re a gred. (22) E-pad ma ema ar Judevien o c’houlen miraclou, ha ma ema ar Greked o klask ar furnez, (23) ni a brezeg ar C’hrist crucifiet, scandal evit ar Judevien ha follentez evit ar Greked ; (24) mes evit ar re a zo galvet, ken Judevien ken Greked, ar C’hrist eo ar galloud a Zoue hag ar furnez a Zoue ; (25) rag ar follentez a Zoue a zo furoc’h eged an dud, hag ar zempladurez a Zoue a zo krenvoc’h eged an dud.
(26) Considerit, breudeur, penaos en ho touez-c’houi, pere a zo bet galvet, n’euz ket kalz a dud fur hervez ar c’hig, na kalz a dud galloudec, na kalz a noblans. (27) Mes Doue hen deuz choazet traou foll ar bed, evit ober mêz d’ar re fur, ha Doue hen deuz choazet traou dister ar bed, evit ober mêz d’ar re grenv, (28) hag an traou vil euz ar bed hag ar re a zo ar muia disprijet, memeus ar re n’int ket, a zo bet choazet gant Doue, evit kas da netra ar re a zo, (29) evit na zeuio den e-bed d’en em c’hlorifia dirazhan. (30) Hogen, dreizhan eo ez oc’h en Jesus-Christ, pehini a zo bet great evidomp a-berz Doue, furnez, justis, sanctification ha redemption ; (31) evit ma teui, hervez ma’z eo scrivet, an hini en em c’hlorifio, d’en em c’hlorifia en Aotrou.
VIDOUN-ME, breudeur, pa oun deuet d’ho kavout, n’e ket gant komzou gwisket kaer, na gant furnez ar bed, ez oun deuet da ziscleria deoc’h testeni Doue. (2) Rag n’em euz klasket anaoud tra e-bed en ho touez, nemed Jesus-Christ, ha Jesus-Christ crucifiet. (3) Bet oun va-unan en ho touez er zempladurez, hag en aoun, ken a grenen. (4) Ha n’em euz ket impliet, en eur gomz hag en eur brezeg deoc’h, ar c’homzou eloquant euz a furnez ar bed, mes roet em euz preuvennou sclear euz ar spered hag euz ar galloud a Zoue ; (5) evit ma teuje ho feiz da veza fountet, nann var furnez an den, mes var ar galloud a Zoue.
(6) Hogen, prezeg a reomp ar furnez e-touez ar re barfet, eur furnez ha n’eo ket euz ar bed-man, nag euz a renerien ar bed-man pere n’ho deuz galloud e-bed ; (7) mes prezeg a reomp furnez Doue, en eur myster, eur furnez hag a oa kuzet, hag a oa bet destinet a bep amzer gant Doue evit hor gloar, (8) ha n’eo bet anavezet gant hini euz a renerien ar bed-man ; rag ma ho divije he anavezet, n’ho divije ket crucifiet Aotrou ar gloar. (9) Mes, hervez ma’z eo scrivet, ar re-man a zo traou ha n’hen doa na lagad an den ho gwelet, nag he skouarn ho c’hlevet, pere ne oant ket antreet en he galon, hag a oa bet preparet gant Doue evit ar re a gar anezhan. (10) Mes Doue hen deuz discleriet anezhe deomp dre he Spered ; rag ar Spered a zont pep tra, memeus an traou dounna euz a Zoue. (11) Rag piou a anavez ar pez a zo en den, nemed ar spered euz an den a zo enhan ? Evelse ive ne anavez den ar pez a zo en Doue, nemed ar Spered a Zoue. (12) Evidomp-ni, n’hon euz ket recevet spered ar bed, mes ar Spered a zeu euz a Zoue, evit anaoud an traou a zo bet roet deomp gant Doue ; (13) hag ho discleria a reomp nann gant ar c’homzou a zeu euz a furnez an den, mes gant ar re a zo desket deomp gant ar Spered-Santel, hag e tisplegomp an traou spirituel d’ar re a zo spirituel. (14) Hogen, an den aneval na gompren ket an traou euz a Spered Doue ; rag follentez int evithan, ha na hell ket ho anaoud, rag dre ar Spered a Zoue eo e ranker ho barna. (15) Mes an den spirituel a oar barna pep tra, ha n’ed eo barnet gant den. (16) Rag piou hen deuz anavezet mennoz an Aotrou evit galloud he gelen ? Mes ni hon euz mennoz ar C’hrist.
VIDOUN-ME, breudeur, n’em euz ket gallet komz ouzoc’h evel ouz tud spirituel ; mes evel ouz tud kigus, evel ouz bugaligou er C’hrist. (2) N’em euz ket roet deoc’h a gig, mes leaz da eva, rag ne oac’h ket c’hoas evit supporti kig ; ha breman memeus, ne hellit ket hen ober, rag c’houi a zo c’hoas kigus. (3) Rag pa’z eo gwir ez euz etrezoc’h jalouzi, dissension ha meur a barti, ha n’oc’h-hu ket kigus, ha na valeit-hu ket hervez an den ? (4) Rag pa lavar unan : Me a zo diskibl da Baol ; hag eun all : Me a zo diskibl da Apollos, ha n’oc’h-hu ket kigus ? (5) Piou eta eo Paol, ha piou eo Apollos, nemed servicherien dre bere hoc’h euz credet, hervez ma’z eo bet roet da bep hini anezhe gant an Aotrou ? (6) Me em euz plantet, Apollos hen deuz douret, mes Doue eo hen deuz lakeat da greski. (7) Evel-se ’ta, an hini a blant n’eo netra, nag an hini a zoura ken neubeud, mes Doue pehini a laka da greski. (8) Hogen, an hini a blant hag an hini a zoura a zo henvel ho daou, ha pep hini anezhe a recevo he recompans hervez he labour he-unan.
(9) Rag ni a zo labourerien assambles gant Doue ; c’houi eo park Doue, batis Doue. (10) Hervez ar c’hras a Zoue a zo bet roet d’in, me em euz, evel ma ra eur mestr-maçoner fur diazezet ar fondamant, hag eun all a vatis var-c’horre ; mes lako evez pep hini penaos e vatisso var-c’horre. (11) Rag den na hell diazeza fondamant all e-bed, nemed an hini a zo bet diazezet, pehini eo Jesus-Christ. (12) Mar deu unan-benag da vatissa var ar fondamant-man gant aour, pe arc’hant, pe mein precius, pe koat, foen, soul, (13) labour pep hini a vezo diskouezet ; rag an deiz hen roio da anaoud, rag discleriet e vezo dre an tân, hag an tân a ziskouezo petra eo labour pep hini. (14) Mar choum en he za labour an hini hen devezo batisset var ar font, an den-ze a recevo ar recompans. (15) Mar deu an tân da zevi labour unan-benag, e ranko anduri ar c’holl ; hen he-unan a vezo salvet, mes evel a-dreuz an tân.
(16) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos ez oc’h an templ a Zoue, hag ema Spered Doue o choum enoc’h ? (17) Mar deu unan-benag da zistruja templ Doue, Doue a zistrujo anezhan ; rag templ Doue a zo santel, ha c’houi eo an templ-ze. (18) Diwallit na zeufe den d’en em drompla he-unan. Mar d’euz unan-benag en ho touez hag a sonj dezhan beza fur er bed-man, ra zeui da veza foll, evit ma teui da veza fur ; (19) rag furnez ar bed-man a zo follentez dirag Doue ; hervez ma’z eo scrivet : Doue a dap ar re fur en ho finessaou ho-unan. (20) Ha c’hoas : An Aotrou a anavez eo ven sonjezonou an dud fur. (21) Rag-se eta, diwaliit na zeufe den da lakaad he c’hloar en dud, rag pep tra a zo deoc’h ; (22) Paol, pe Apollos, pe Cephas, pe ar bed, pe ar vuez, pe ar maro, pe an traou a-vreman, pe an traou da zond ; pep tra a zo deoc’h, ha c’houi a zo d’ar C’hrist, hag ar C’hrist a zo da Zoue.
A zeui eta pep hini da gemer ac’hanomp evel servicherien d’ar C’hrist ha dispanserien euz a vysteriou Doue. (2) Mes a hend-all, ar pez a c’houlenner digant an dispanserien, eo ma vezo kavet pep hini anezhe fidel. (3) Evidoun-me, a ra neubeud a dra d’in beza barnet ganeoc’h-hu, pe gant justis an dud ; ha n’en em varnan ket va-unan ken neubeud. (4) Rag n’en em zantan coupabl euz a netra ; koulskoude, n’oun ket justifiet abalamour da ze ; mes an hini a varn ac’hanoun, eo an Aotrou. (5) Rag-se na varnit netra araog ma vez deuet an amzer, ken a zeuio an Aotrou pehini a lakai da veza sclear an traou a oa kuzet en devalijen, hag a lako dirag daoulagad an holl ar c’huzuliou kuzet euz ar c’halonou ; ha neuze pep hini hen devezo he veuleudi digant Doue.
(6) Hogen, breudeur, en em lakeat oun va-unan, hag Apollos assambles ganen, da exempl euz kement-man holl abalamour deoc’h, evit ma teskot dreizomp-ni miret da zonjal en tu-all d’ar pez a zo scrivet, evit na zeui hini ac’hanoc’h d’en em c’houeza gant an ourgouil evit unan ac’hanomp a-enep egile. (7) Rag piou a laka eun differans-benag etrezoud hag eun all ? Ha petra ec’h euz-te, ha n’az pefe recevet ? Ha mar ec’h euz hen recevet, perag en em c’hlorifiez-te, evel pa n’az pefe ket hen recevet ? (8) Dija ez oc’h leun, dija ez oc’h pinvidic, emoc’h o ren hep-d’omp-ni. Plijet gant Doue ma renfac’h evit ma renimp ive assambles ganeoc’h ! (9) Rag me a zonj penaos Doue hen deuz hon exposet, ni an ebestel, evel an diveza euz an dud, evel tud destinet d’ar maro, o lakaad ac’hanomp da zervichoud da spectacl d’ar bed, d’an elez ha d’an dud. (10) Ni a zo foll abalamour d’ar C’hrist, mes c’houi a zo fur er C’hrist ; ni a zo febl, mes c’houi a zo krenv ; c’houi a zo henoret, mes ni a zo disprijet. (20) Bete vreman ec’h anduromp an naoun hag ar sec’hed, hag emomp en noaz ; hon skei a rer var hon bisach, hag ez omp o redec aman hag a-hont ; (12) poania a reomp, o labourat gant hon daouarn hon-unan ; gwall-gomz a rer ouzomp, hag e vennigomp ; persecuti a rer ac’hanomp, hag her gouzanvomp ; (13) pa zroug-prezeg an dud divar hon fen, ni a bed ; bete vreman emaomp evel skubien ar bed-man, tud disprizet gant an holl.
(14) N’e ket evit ober mez deoc’h eo e scrivan an traou-man ; mes ho kelen a ran evel va bugale muia-karet. (15) Rag, ha pa ho pefe deg mil mestr er C’hrist, n’ho pefe ket koulskoude meur a dad ; rag me eo em euz anjandret ac’hanoc’h en Jesus-Christ, dre an Aviel. (16) Dre-ze ho pedan da gemer exempl ouzin. (17) Abalamour da ze eo em euz kasset d’ho kavout Timoteus, pehini eo va mab muia-karet ha fidel en Aotrou ; hen a zigasso sonj deoc’h euz va henchou er C’hrist, ha penaos e kelennan dre holl, en holl Ilizou. (18) Hogen, hinienou a zo en em c’houezet gant an ourgouil, evel pa na dlejen ket mond d’ho kwelet. (19) Mes mond a rin d’ho kavout hep dale, mar plïj gant an Aotrou, hag ec’h anavezin, n’e ket ar c’homzou, mes ar galloud euz ar re a zo c’houezet. (20) Rag rouantelez Doue n’ema ket er c’homzou, mes er galloud. (21) Penaos eo ar gwella ganeoc’h ? Pe ez afen d’ho kavout gant eur skourjez, pe gant karantez, hag en eur spered a zouster ?
RUDET eo dre holl penaos ez euz en ho touez dizurzou, ha dizurzou ker braz, ma n’int ket anavezet zo-ken e-touez ar Jentiled ; unan-benag ac’hanoc’h hen deuz kemeret greg he dad. (2) Hag ez oc’h c’hoas c’houezet gant an ourgouil ! Ha n’hoc’h euz ket, kentoc’h, kemeret glac’har, evit ma vije lammet euz ho touez an hini hen deuz great kement-se ? (3) Evidoun-me, absant a gorf, mes prezant a spered, em euz barnet dija, evel pa vijen prezant, an hini hen deuz great kement-se : (4) (en hano hon Aotrou Jesus-Christ, c’houi o veza en em dastumet assambles, ha me ganeoc’h a spered, gant galloud hon Aotrou Jesus-Christ,) (5) barnet em euz, eur seurt den-ze da veza livret da Satan, ma vezo distrujet ar c’hig, ha ma vezo salvet ar spered e dervez an Aotrou Jesus. (6) Ne zere ket ouzoc’h en em c’hlorifia. Ha na ouzoc’h-hu ket penaos eun tammic goell a laka an toaz holl da c’hoï ? (7) Taolit er meaz eta ar goell koz, evit ma viot eun toaz nevez, evel ma’z oc’h hep goell ; rag ar C’hrist, hor Pask-ni, a zo bet offret en sacrifis evidomp. (8) Rag-se, miromp ar gouel, nann gant ar goell koz, na ken-neubeud gant goell ar valiç hag an drougviez, mes gant ar baraou hep goell euz al lealded hag euz ar wirionez.
(9) Scrivet em euz deoc’h em lizer diwall deuz compagnunez an dud impudic ; (10) ne fell ket d’in lavaret kement den impudic a zo er bed, pe an dud touellet gant an avaristed, al laeron, pe adorerien an idolou ; anez e vije red deoc’h mond er meaz euz ar bed ; (11) mes ar pez em euz scrivet deoc’h eo kement-man : Mar d’euz unan-benag a c’halver breur, hag a zo impudic, pe avar, pe servicher an idolou, pe teod fall, pe mezvier, pe laer, diwallit da gaoud darempred ganthan, na zo-ken da zibri assambles gant eur seurt gwall den. (12) Rag, da betra em euz-me ezom da varn ar re a zo en diaveaz ? Ha n’eo ket deoc’h-hu eo da varn ar re a zo en diabarz ? (13) Evit ar re a zo en diaveaz, Doue a varno anezhe. Lammit eta an den fall euz ho touez.
A zigouez da unan ac’hanoc’h kaoud eun affer a-enep eun all, daoust hag hen a gred hen kas da veza barnet dirag an dud difeiz, kentoc’h eged dirag ar Zent ? (2) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos ar Zent a varno ar bed ? ha mar barnit ar bed, hag indign oc’h-hu da varn an traou distera ? (3) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos e varnimp-ni an elez ? Kent a ze e varnimp-ni traou ar vuez-man ! (4) Mar hoc’h euz procejou evit afferou ar vuez-man, e kemerit evit barnerien tud hag a zo disprijet gant an Iliz ! (5) Kement-se a lavaran evit ho mêz. Daoust ha n’euz ket a dud fur en ho touez, hini e-bed hag a helfe barna etre he vreudeur ? (6) Mes eur breur hen deuz eur proces a-enep he vreur, ha kement-se dirag an dud difeiz ! (7) Kaout procejou an eil a-enep egile a zo dija eur gwall si en ho touez. Perag ne andurit-hu ket kentoc’h e vez great gaou ouzoc’h ? Perag ne andurit ket kentoc’h ar c’holl ? (8) Mes c’houi hoc’h-unan eo a ra gaou, hag a ra koll, ha c’hoas d’ho preudeur ! (9) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos an dud injust n’ho devezo ket rouantelez Doue en heritach ?
(10) N’en em dromplit ket ; nag an dud libertin, nag an idolatred, nag an avoultrerien, nag ar re en em ro d’al lubricite, nag ar sodomited, nag al laeron, nag ar re avarisius, nag ar mezverien, nag ar gwall-deodou, nag ar re a chas ganthe ar pez n’eo ket dezhe, na heritint rouantelez Doue. (11) Hogen lod ac’hanoc’h a zo bet evel-se ; mes c’houi a zo bet gwalc’het, mes c’houi a zo bet santifiet, mes c’houi a zo bet justifiet en hano an Aotrou Jesus, ha dre Spered hon Doue.
(12) Pep tra a zo permetet d’in, mes pep tra n’eo ket talvoudus ; pep tra a zo permetet d’in, mes n’en em lakin esclav dindan hini. (13) Ar boued a zo evit ar c’hov, hag ar c’hov evit ar boued ; mes Doue a zistrujo an eil hag egile. Hag ar c’horf n’eo ket great evit al libertinach, mes evit an Aotrou, hag an Aotrou evit ar c’horf. (14) Hogen Doue hen deuz resussitet an Aotrou, hag a resussito ive ac’hanomp-ni dre he c’halloud. (15) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos ho corfou a zo izili ar C’hrist ? Daoust eta ha me a gemero izili ar C’hrist, evit ober anezhe izili eur plac’h a vuez fall ? Doue ra viro ! (16) Petra, ha na ouzoc’h-hu ket penaos an hini en em ro da eur plac’h a vuez fall, ne ra nemed eur c’horf assambles ganthi ? Rag scrivet eo : Ho daou ne vezint nemed eur c’hig hep-ken. (17) Mes an hini a zeu d’en em unani gant an Aotrou, a ra eur memeus spered assambles ganthan. (18) Tec’hit diouz al libertinach. Kement pec’hed all a ra an den, a zo en diaveaz euz ar c’horf ; mes an hini a ra ar pec’hed hudur a bec’h a-enep he gorf he-unan. (19) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos ho corf eo templ ar Spered-Santel, pehini a zo enoc’h, hag a zo bet roet deoc’h gant Doue, ha penaos n’oc’h ket deoc’h hoc’h-unan ? (20) rag c’houi a zo bet prenet gant eur priz braz ; glorifiit eta Doue en ho corf hag en ho spered, pere a zo da Zoue.
VTT ar pez a zell an traou hoc’h euz scrivet d’in, mad eo d’an den choum heb touch ouz maouez e-bed. (2) Koulskoude evit tec’hel diouz al libertinach, ra hen devezo pep goaz he vreg he-unan, ha ra he devezo pep maouez he ozac’h he-unan. (3) Ra zeui an ozac’h da renta d’he vreg ar pez a zo dleet ; hag evel-se ive ar vreg d’he ozac’h. (4) Ar vreg n’eo ket mestres var he c’horf he-unan, mes he ozac’h eo ; hag er memeus doare ive, an ozac’h n’e ket mestr var he gorf he-unan, mes he vreg eo. (5) N’en em brivit ket an eil euz egile, nemed consanti a rafec’h ho taou, evit eur pennad amzer, evit gallout en em rei d’ar iun ha d’ar beden ; ha goude, deuit adare assambles, gant aoun na deufe Satan da denti ac’hanoc’h dre ho kwall-ioulou. (6) Hogen, kement-man a lavaran evel eun ali, ha n’eo ket eur gourc’hemen. (7) Rag me a garje e vije an holl dud henvel ouzin ; mes pep hini hen deuz recevet he zonezon digant Doue, unan evel-hen, egile en eur feçon all.
(8) Lavaret a ran eta d’ar re n’int ket dimezet, ha d’an intanvezed, penaos eo mad dezhe choum evel-d’oun-me. (9) Mes mar na hellont ket en em viret, eo gwelloc’h dezhe dimezi ; rag gwell eo dimezi eged devi.
(10) Hogen d’ar re a zo dimezet e roan ar gourc’hemen-man (n’e ket me koulskoude hen ro, mes an Aotrou) : Ar vreg na dle ket en em dispartia diouz he fried ; (11) (ha mar deu hi d’en em dispartia diouthan, ra choumo hep dimezi, pe ra zeui d’en em unani adare gant he fried,) hag arabad eo d’ar pried dilezel he vreg. (12) Mes d’ar re all a lavaran (me eo hen lavar ha n’e ket an Aotrou) : Mar hen deuz unan euz ar breudeur eur vreg difeiz, hag hi contant da choum ganthan, diwallo d’he c’huitaad ; (13) ha mar he deuz eur vreg-benag eun ozac’h difeiz, hag hen contant da choum ganthi, diwallo ive d’he guitaad. (14) Rag an ozac’h difeiz a zo santifiet gant ar vreg ; hag ar vreg difeiz a zo santifiet gant he ozac’h ; anez, ho pugale a vefe impur, eleac’h breman ez int santel. (15) Mes mar fell d’an hini difeiz dispartia, lezit anezhan da vond ; ar breur hag ar c’hoar a zo libr, pa c’hoarvez kement-se ; mes Doue hen deuz hor galvet d’ar peoc’h. (16) Rag ha te a oar, o greg, ha na helli ket salvi da bried ? Pe c’hoas, te, o goaz, ha gouzoud a rez-te ha na helli ket salvi da vreg ?
(17) A-hend-all, ra zeuio pep hini da vale hervez al loden hen deuz recevet digant Doue, hervez ar stad en pehini e oa, pa hen deuz an Aotrou galvet anezhan. Hennes eo ar gourc’hemen a roan en holl Ilizou. (18) Ha galvet eo bet unan-benag goude beza circonciset ? ra choumo circonciset. Ha galvet eo bet unan-benag hag hen dicirconcis ? Ra choumo dicirconcis. (19) Ar circoncision n’eo netra ; an dicirconcision n’eo netra ; mes miret gourc’hemenou Doue eno ema an holl dever. (20) Ra choumo peb unan er stad en pehini e oa pa eo bet galvet. (21) Ha galvet oud bet pa oaz esclav ? na gemer ket a nec’hamant euz a gement-se ; mes mar gellez dond da veza libr, gra kentoc’h da brofit a gement-se. (22) Rag an esclav a zo bet galvet gant an Aotrou, a zo den-libr an Aotrou, hag er memeus doare ive, an hini a zo bet galvet, hag hen libr, a zo esclav ar C’hrist. (23) C’houi a zo bet prenet gant eur priz braz ; na deuit ket da veza esclaved an dud. (24) Breudeur, ra choumo pep hini ac’hanoc’h dirag Doue er stad ma’z eo bet galvet.
(25) Evit ar pez a zell ar gwerc’hezed, n’em euz gourc’hemen ebed a-berz an Aotrou ; mes rei a ran deoc’h eun ali, evel eun den hag hen deuz bet lod en trugarez an Aotrou, evit beza fidel dezhan. (26) Sonjal a ran eta, abalamour d’an afflictionou euz an amzer-man, ez eo eun dra vad d’an den choum er stad en pehini ema. (27) Hag unanet oud gant eur vreg ? na glask ket en em dispartia outhi. Ha n’oud-de ket unanet gant eur vreg ? na glask greg e-bed. (28) Koulskoude mar timezez, na bec’hez ket ; ha mar teu eur verc’hez da zimezi, na bec’h ket ken-neubeud ; mes an dud-se ho devezo afflictionou er c’hig ; ha me a garfe distrei divarnoc’h an afflictionou-ze.
(29) Mes setu aman petra a lavaran, breudeur : An amzer a zo ber haviziken ; ra vezo ar re ho deuz gragez evel pa n’ho defe ket ; (30) ar re a ouel, evel pa na ouelfent ket ; ar re a zo er joa, evel pa ne vent ket er joa ; ar re a brên, evel pa n’ho defe netra ; (31) hag ar re a ra usach euz ar bed-man, evel pa na rafent ket a usach anezhan ; rag skeuden ar bed-man a dremen. (32) Hogen me a garfe e vec’h disourci. An hini n’eo ket dimezet, hen deuz preder evit ar pez a zell ouz an Aotrou, evit plijoud d’an Aotrou. (33) Mes an hini a zo dimezet, a zo troet gant traou ar bed-man, evit plijoud d’he vreg. (34) An differans-man a zo etre eur vreg hag eur verc’hez, ar vaouez n’eo ket dimezet a zo occupet ouz ar pez a zell an Aotrou, evit beza santel a gorf hag a spered ; mes an hini a zo dimezet, a zo troet gant traou ar bed-man, evit plijoud d’he goaz.
(35) Hogen, evit ho mad e lavaran kement-man, ha n’e ket evit stigna pechou deoc’h, mes evit ho tougen d’ar pez a zo deread, ha d’ar pez ho talc’ho stard en Aotrou, hep beza distroet gant tra e-bed.
(36) Koulskoude mar d’euz unan-benag hag a zonj dezhan e vez eun dishenor evit he verc’h tremen he yaouankiz dizimez, hag e vez red he dimezi, grai evel a garo, n’euz pec’hed e-bed evithan ; ra zimezo ar merc’hed. (37) Mes an hini a choum ferm en he galon, heb beza forset gant netra, mes er c’hontrol a zo mestr da ober he volontez he-unan, hag hen deuz decidet en he galon miret he verc’h, a ra mad. (38) Evel-se ’ta, an hini a ro he verc’h da zimezi, a ra mad ; mes an hini n’her ro ket da zimezi, a ra gwelloc’h.
(39) Ar vreg a zo unanet dre al lezen gant he goaz keit ha ma vez he-man en buez ; mes mar deu he goaz da vervel, ez eo libr da zimezi a-nevez d’an hini a garo ; ra zimezo da vihana hervez bolontez an Aotrou. (40) Koulskoude, hervez va zantimant-me, ez eo eürussoc’h, mar choum evel ma ema. Hogen, me a gred ema ive Spered Doue ganen.
VIT ar pez a zell an traou bet offret d’an idolou, ec’h ouzomp penaos hon euz holl an anaoudegez a gement-se. Hogen an anaoudegez a laka an dud d’en em c’houeza, mes ar garantez a edifi. (2) Ha mar d’euz unan-benag hag a sonj dezhan e oar eun dra-benag, ne oar c’hoas netra evel ma tleer gouzout. (3) Mes mar d’euz unan-benag hag a gar Doue, hennes a anavez Doue. (4) Dre-ze eta, var ar pez a zell dibri traou bet offret d’an idolou, ec’h ouzomp penaos eun idol n’eo netra er bed, ha penaos n’ez euz nemed eun Doue hep-ken. (5) Rag, petra-benag ma’z euz en env ha var an douar lod hag a zo hanvet doueou (evel m’az euz e gwirionez meur a zoue ha meur a aotrou), (6) koulskoude ni n’hon euz nemed eun Doue hep-ken, an Tad, euz a behini e teu an holl draou, hag ez omp bet crouet evithan ; hag eun Aotrou kep-ken, Jesus-Christ, dre behini ema an holl draou, ha ni a zo dreizhan. (7) Mes an holl n’ho deuz ket an anaoudegez-ze ; rag beza ez euz tud, pere o credi, evel ma reont c’hoas breman, ez eo an idol eun dra-benag, a zebr eun dra evel pa vez bet offret d’an idol ; hag ho c’houstians o veza febl, a vez souillet.
(8) Hogen n’eo ket ar pez a zebromp eo hon rent agreabl da Zoue ; rag mar tebromp n’hon euz profit e-bed a gement-se ; ha mar na zebromp ket, n’hon euz ive koll e-bed. (9) Mes likit evez na zeufe al liberte-ze hoc’h euz, da veza skouer fall d’ar re febl. (10) Rag, mar deu unan-benag da velet ac’hanoud-te, pehini ec’h euz anaoudegez, azezet ouz taol en templ an idolou, an hini a zo febl a goustians, ha na vezo-hen ket douget da zibri euz an traou a zo bet offret d’an idolou ? (11) Hag e vezo kollet dre da wiziegez ar breur febl, evit pehini eo marvet ar C’hrist. (12) Evel-se en eur bec’hi a-enep ar breudeur, hag oc’h offansi ho c’houstians febl, e pec’hit a-enep ar C’hrist. (13) Rag-se, mar deu ar pez a zebran da rei gwall exempl d’am breur, na zebrin mui a gig, gant aoun ne lakfen va breur da gweza er pec’hed.
A n’oun-me ket abostol ? Ha n’oun me ket libr ? Ha n’am euz-me ket gwelet Jesus-Christ hon Aotrou ? Ha n’eo ket c’houi eo va labour-me en Aotrou ? (2) Mar n’oun ket abostol d’ar re all, ez oun da vihana evidoc’h-hu ; rag c’houi eo ar ziel euz va abostoliach en Aotrou. (3) Eno ema va difen a-enep ar re a varn ac’hanoun. (4) Daoust ha n’hon euz-ni ket ar gwir da zibri ha da eva ? (5) Daoust ha n’omp-ni ket libr da gas ganeomp dre-holl eur c’hoar, hor pried, evel an ebestel all, ha breudeur an Aotrou, ha Cephas ? (6) Pe c’hoas, daoust ha n’euz nemed me ha Barnabas, ha n’ho defe urz e-bed da choum hep labourat ? (7) Piou a ia morse d’ar brezel divar he goust he-unan ? Piou a blant eur winien, ha na zebr ket euz he frouez ? Pe c’hoas, piou a ro da beuri da eur vanden denved, ha na zebr ket euz ho leaz ? (8) Hag hervez giz an dud eo e lavaran kement-man ? Daoust hag al lezen n’hen lavar ket ive ? (9) Rag scrivet eo e lezen Moises : Ne zalc’hi ket serret muzel an eujen a zo o voustra an ed. Daoust hag euz an eujened eo e kemer Doue sourci ? (10) Daoust ha n’e ket evidomp-ni kentoc’h eo e lavar kement-se ? Evidomp-ni eo hen deuz scrivet e tle an hini a vez oc’h arat an douar, labourat gant esperans, hag an hini a zorn, dorna gant esperans da gaoud he lod. (11) Mar hon euz hadet evidoc’h madou spirituel, hag eur gwall dra e vefe deomp medi euz ho madou temporel ? (12) Mar gra tud all usach euz ar galloud-se varnoc’h, ha na dleomp-ni ket hen ober kentoc’h egethe ? Koulskoude n’omp ket en em zervichet euz ar galloud-se, er c’hontrol, anduri a reomp pep tra, gant aoun na zeufe tra e-bed da herzel ouz Aviel ar C’hrist. (13) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos ar re a zervich en traou sacr, a zebr euz an traou sacr, hag ar re a zervich ouz an aoter, ho deuz lod en aoter ? (14) Evelse ive, an Aotrou hen deuz gourc’hemenet d’ar re a brezeg an Aviel, beva diouz an Aviel.
(15) Mes evidoun-me n’oun ket en em zervichet a hini euz an droajou-ze, ha na scrivan ket an dra-man, evit ma vezo great evel-se d’in ; rag gwell a vez ganen mervel, eged ma teufe unan-benag da lemmel diganen ar sujet-se a c’hloar. (16) Rag mar prezegan an Aviel, n’em euz leac’h e-bed d’en em veuli, rag red eo d’in hen ober ; ha malheur d’in-me, ma na brezegan ket an Aviel ! (17) Ma her prezegan a galon-vad, em euz ar recompans ; mes ma her gran en despit d’in, em euz koulskoude recevet ar garg d’hen ober. (18) Pe seurt recompans em euz-me eta ? Gallout, en eur brezeg an Aviel, etablissa Aviel ar C’hrist digoust da zen, ha tremen heb ober usach euz ar galloud em euz en Aviel. (19) Rag, petra-benag ma’z oun libr e-kenver an holl, ez oun en em rentet servicher an holl, evit gallout gounid muioc’h a dud. (20) Gant ar Judevien ez oun bet evel eur Judeo, evit gounid ar Judevien ; evel dindan al lezen gant ar re a zo dindan al lezen, evit gounid ar re a zo dindan al lezen ; (21) evel hep lezen, gant ar re a zo hep lezen (petra-benag n’ed oun ket hep lezen e-kenver Doue, pa’z eo gwir emoun dindan lezen ar C’hrist), evit gounid ar re a zo bep lezen. (22) Bet oun evel febl gant ar re febl, evit gounid ar re febl ; en em c’hreat oun bet pep tra d’an holl, evit gallout e peb doare gounid unan-benag. (23) Ha kement-se holl a ran abalamour d’an Aviel, evit ma c’hellin kaoud lod enhan. (24) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos, pa vezer o redec en eur redadec, an holl a red, mes unan hepken a receo ar priz ? Redit en hevelep feçon ma c’hounezfot ar priz. (25) Pep den hag a glask gounid var ar re all, en em briv a bep tra ; hag an dud-se a ra kement-se evit kaoud eur gurunen hag a zeu da vreina, mes ni her gra evit kaoud eur gurunen ha na vreino biken. (26) Redec a ran eta, n’e ket en avantur ; skei a ran, mes n’eo ket taoliou goullo ; (27) ha criz oun e-kenver va c’horf va-unan, hag e lakan anezhan da blega d’in, gant aoun goude beza prezeget d’ar re all, na ven me va-unan taolet kuit.
E fell ket d’in, breudeur, ec’h ignorfac’h penaos hon tadou a zo bet holl dindan ar goabren, hag ho deuz holl tremenet dre ar mor ; (2) hag ez int bet holl badezet en Moises ebarz er goabren hag er mor ; (3) hag ho deuz holl debret euz ar memeus boued spirituel ; (4) hag ho deuz holl evet euz ar memeus evach spirituel ; rag eva a rent dour euz ar roc’h spirituel pehini a heullie anezhe, hag ar roc’h-ze a oa ar C’hrist ; (5) mes an darn-vuia anezhe na oent ket agreabl da Zoue ; rag kweza a rejont maro ebarz an dezert. (6) Hogen an traou-ze a zo bet c’hoarvezet evit talvezoud da skouer deomp-ni, evit ne c’hoantaimp ket traou fall, evel ma c’hoantaaz ar re-ze. (7) Na deuit ket eta da veza idolatred, evel lod anezhe, hervez ma’z eo scrivet : Ar bobl a azezaz evit dibri hag eva, hag e savjont da zansal. (8) Diwallomp da gweza er pec’hed hudur, evel ma reaz lod anezhe ; hag e perissaz tri mil var-n’ugent anezhe er memeus dervez. (9) Ha diwallomp da denti ar C’hrist, evel ma reaz lod anezhe ; hag e oent distrujet gant ar serpanted. (10) Ha na vurmurit ket, evel ma reaz darn anezhe ; hag e oent lakeat da berissa gant an eal distrujer. (11) Hogen, an holl draou-ze a c’hoarvezaz ganthe evit servichoud da skouer ; ha scrivet int bet evit hor c’helen, ni pere a zo erru var fin an amzeriou. (12) Rag-se, an hini a gred beza en he za, diwallo da gweza. (13) N’eo c’hoarvezet ganeoc’h tentation e-bed, hag a vez bet dreist nerz an den. Hogen, Doue a zo fidel, ha na bermeto ket e vec’h tentet en tu-all d’ho nerz ; mes gant an dentation e tiskouezo ive an hent da zond er meaz anezhi, evit ma c’hellot he anduri.
(14) Rag-se, va muia-karet, tec’hit diouz an idolatriach. (15) Komz a ran deoc’h evel ouz tud a skiant ; barnit hoc’h-unan ar pez a lavaran. (16) Ar c’halir a vennoz pehini a vennigomp, ha n’eo-hen ket ar gommunion e goad ar C’hrist ? Ar bara a doromp, ha n’eo-hen ket ar gommunion e corf ar C’hrist ? (17) Evel ma n’ez euz nemed eur bara hep-ken, ni, evidomp da veza kalz, n’ed omp nemed eur c’horf hep-ken ; rag holl hon euz lod er memeus bara. (18) Sellit ouz Israel hervez ar c’hig ; ar re a zebr ar sacrifisou, ha n’ho deuz-hi ket communion gant an aoter ? (19) Petra a lavaran-me eta ? ez eo an idol eun dra-benag ? pe, ez eo ar pez a zo sacrifiet d’an idol eun dra-benag ? (20) Nann ; mes lavaret a ran, penaos ar pez a vez sacrifiet gant ar Jentiled, her sacrifiont d’an drouk-sperejou, ha n’e ket da Zoue. Hogen, na fell ket d’in e teufac’h d’en em unani gant an drouk-sperejou. (21) Na hellit ket eva calir an Aotrou, ha calir an drouk-sperejou ; na hellit ket kaoud lod euz a daol an Aotrou, hag euz a daol an drouk-sperejou. (22) Ha c’hoant hon euz-ni da lakaad ar jalouzi da zevel e calon an Aotrou ? Ha krenvoc’h ez omp-ni egethan ?
(23) An holl draou a zo permetet d’in, mes pep tra n’eo ket talvoudec ; an holl draou a zo permetet d’in, mes pep tra na zervich ket da edification. (24) Ra zeuio pep hini da glask avantach ar re all, ha nann he hini he-unan. (25) Debrit euz a gement a verzer er gigerez, hep goulen tra e-bed, evit ar pez a zell ar goustians ; (26) rag : An douar, ha kement a zo enhan, a zo d’an Aotrou. (27) Mar deu eun den difeiz d’ho pedi, ha mar fell deoc’h mond, debrit euz a gement a vezo lakeat dirazoc’h, hep goulen tra e-bed evit ar pez a zell ar goustians. (28) Mes mar deu unan-benag da lavaret deoc’h : An dra-man a zo bet sacrifiet d’an idolou ; na zebrit ket, abalamour d’an hini hen deuz hoc’h avertisset, hag abalamour d’ar goustians ; rag : An douar, ha kement a zo enhan, a zo d’an Aotrou. (29) Hogen, ar goustians a lavaran-me, n’e ket da hini-te, mes coustians egile ; rag perag e vefe condaonet va liberte-me gant coustians unan-all ? (30) Ha mar debran gant action a c’hras, perag e vezin-me tamallet deuz eun dra evit pehini e rentan grasou. (31) Pe c’houi eta a zebro, pe c’houi a evo, pe c’houi a rai eun dra all-benag, grit pep tra evit gloar Doue. (32) Na roit skouer fall da zen e-bed, na d’ar Judevien, na d’ar Greked, na da Iliz Doue ; (33) evel-se e ran va-unan, o klask plijoud d’an holl e pep tra, hep klask va avantach va-unan, mes hini ar re all, evit ma vezint salvet.
EMERIT skouer ouzin, evel ma kemeran va-unan ouz ar C’hrist.
(2) Breudeur, ho meuli a ran abalamour ma talc’hit sonj ac’hanoun en pep tra, ha ma virit va c’helenadurezou, evel ma em euz ho roet deoc’h. (3) Mes me a fell d’in e ouefac’h penaos ar C’hrist a zo chef var pep den, hag an den chef var ar vaouez, ha Doue chef var ar C’hrist. (4) Pep den hag a bed pe a brofetis, goloet he ben, a zishenor he chef. (5) Mes pep maouez hag a bed pe a brofetis dizolo he fen, a zishenor an hini a zo chef varnezhi ; rag ar memeus tra eo evel ma vefe touzet. (6) Mar n’eo ket goloet pen ar vaouez, ra droc’ho ive eta he bleo. Mes mar d’eo mezus da eur vaouez berraad he bleo, pe ho zroc’ha rez he fen, ra vezo goloet gant eur voal. (7) Evit ar pez a zell ouz ar goaz, na dle ket he-man golo he ben, o veza ma’z eo imach ha gloar Doue ; mes ar vaouez eo gloar ar goaz. (8) Rag, ar goaz n’eo ket bet tennet euz ar vaouez, mes ar vaouez a zo bet tennet euz ar goaz ; (9) ha n’eo ket ar goaz a zo bet crouet evit ar vaouez, mes ar vaouez evit ar goaz. (10) Dre-ze e tle ar vaouez, abalamour d’an elez, kaoud var he fen eur merk euz ar galloud dindan pehini ema. (11) Koulskoude, ar goaz n’ema ket heb ar vaouez, nag ar vaouez heb ar goaz, en Aotrou. (12) Rag evel ma’z eo bet kemeret ar vaouez euz ar goaz, evel-se ive ar goaz a zeu da c’henel euz ar vaouez ; mes pep tra a zeu euz a Zoue. (13) Barnit kement-se hoc’h-unan ; ha deread eo e teufe eur vaouez da bedi Doue, hag he fen dizolo ? (14) Daoust hag an natur he-unan ne ro ket deoc’h da anaoud ez eo mezus da eur goaz kaout bleo hir ; (15) mes mar he deuz ar vaouez bleo hir, kement-se a zo eun henor evithi, rag ar bleo a zo roet dezhi evit voal ? (16) Mar fell da unan-benag contesti, evidomp-ni n’hon euz ket ar c’hiz-ze, nag Ilizou Doue ken neubeud.
(17) Hogen, er pez ma’z an da ziscleria deoc’h, ne veulan ket ac’hanoc’h : en em dastum a rit assambles, n’e ket evit dond da veza gwelloc’h, mes falloc’h. (18) Rag, da genta, e klevan penaos pa en em assamblit en Iliz, e vez divisionou en ho touez (19) (ha credi a ran lod euz a gement-se, rag red eo e teufe eur rum en ho touez, da zevel a-enep eur rum all, evit ma vezo anavezet ar re a zo approuvet en ho touez). (20) Pa zeuit eta assambles en eur memeus leac’h, n’e ket evit dibri Koan an Aotrou e teuit ; (21) rag pa vezer o preda, pep hini a gemer he goan he-unan, hep gortoz ar re all ; hag evel-se unan hen deve naoun, hag eun all a vez leun. (22) Petra, ha n’hoc’h euz-hu ket tiez evit dibri hag eva ? Pe otramant, hag ober a rit-hu fae var Iliz Doue, ha c’hoant hoc’h euz-hu da ober mêz d’ar re n’ho deuz netra ? Petra a livirin-me deoc’h ? Hag ho meuli a rin-me ? Na veulan ket ac’hanoc’h var gement-se. (23) Rag recevet em euz digant an Aotrou ar pez em euz ive desket deoc’h ; penaos an Aotrou Jesus, en noz en pehini e oe trahisset, a gemeraz bara ; (24) hag o veza rentet grasou, e torraz anezhan, hag e lavaraz : Kemerit, debrit ; he-man eo va c’horf, pehini a zo torret evidoc’h ; grit kement-man en memor ac’hanoun. (25) Evel-se ive, goude beza koaniet, e kemeraz ar c’halir, hag e lavaraz : Ar c’halir-man eo an allians nevez em goad ; grit an dra-man en memor ac’hanoun, ken alies gwech ma c’hevot euz anezhan. (26) Rag ken alies gwech ma tebrot euz ar bara-man, ha ma c’hevot euz ar c’halir-man, e tiscleriot maro an Aotrou, bete ma teuio. (27) Evel-se eta, piou-benag a zebro euz ar bara-man, hag a evo euz ar c’halir-man euz an Aotrou indignamant, a vezo coupabl euz a gorf hag euz a oad an Aotrou. (28) Ra zeui eta pep hini d’en em amprouv he-unan, ha ra zeui evel-se da zibri euz ar bara-man ha da eva euz ar c’halir-man ; (29) rag an hini a zebr hag a ev indignamant, hep discerni corf an Aotrou, a zebr hag a ev he gondaonation he-unan. (30) Abalamour da ze ez euz en ho touez kalz a dud sempl hag a dud klanv, hag ez euz marvet meur a hini. (31) Rag ma karfemp en em varna hon-unan, ne vefemp ket barnet. (32) Mes pa vezomp barnet, an Aotrou a gastiz ac’hanomp, evit na vezimp ket condaonet assambles gant ar bed. (33) Rag-se, va breudeur, pa en em dastumit assambles evit dibri, choumit an eil da c’hortoz egile. (34) Ha mar hen deuz unan-benag naoun, ra zebro en he di, evit n’en em assamblot ket evit ho condaonation. Evit an traou all, me ho reglo pa vezin erruet.
VIT ar pez a zell an donezonou spirituel, breudeur, ne fell ket d’in e vec’h heb anaoudegez. (2) Gouzoud a rit penaos pa oac’h Jentiled, e oac’h douget d’an idolou mud, hervez ma vijec’h renet. (3) Rag-se e tisclerian deoc’h penaos den e-bed, o komz dre Spered Doue, na lavar ez eo Jesus milliget, ha penaos den na hell lavaret eo Jesus an Aotrou, nemed dre ar Spered-Santel. (4) Hogen, bez’ a zo meur a seurt donezon, mes n’euz nemed eur Spered hep-ken.
(5) Beza ez euz ive meur a seurt kargou mes n’euz nemed eun Aotrou hep-ken ; (6) ne labour ket er memeus feçon en holl, mes ar memeus Doue eo a ra pep tra en holl. (7) Hogen, an donezonou euz ar Spered a zo roet da bep hini evit mad an holl. (8) Rag da unan eo roet dre ar Spered komz ar furnez ; da eun all komz ar wiziegez, dre ar memeus Spered ; (9) unan all a receo ar feiz dre ar memeus Spered ; unan all a receo digant ar memeus Spered an donezon da barea an dud klanv ; (10) unan all, an donezon euz ar miraclou ; unan all, ar brofesi ; eun all ar galloud da anaoud ar sperejou ; eun all ar galloud da gomz meur a seurt langach ; hag unan all, an donezon da rei da intent al langachou. (11) Mes eur Spered hep-ken, hag ar memeus Spered, a ra an holl draou-ze, en eur rei da bep hini he zonezonou, evel ma fell dezhan. (12) Rag evel m’az eo ar c’horf unan, petra-benag m’hen deuz kalz a izili ; hag evel ma ne ra holl memprou ar c’horf-se, petra-benag ma’z int kalz, nemed eur c’horf hep-ken, evel-se ive e c’hoarvez gant ar C’hrist. (13) Rag badezet omp bet holl ebarz er memeus Spered, evit beza eur c’horf hep-ken, ken Judevien, ken Greked, esclavourien ha tud libr ; ha leuniet omp bet holl euz ar memeus Spered. (14) Rag n’eo ket bet great ar c’horf gant eun ezel hep-ken, mes gant meur a hini. (15) Mar teufe an troad da lavaret : Pa n’e ket me eo an dorn, n’ed oun ket euz ar c’horf ; daoust hag hen na vefe ket koulskoude euz ar c’horf ? (16) Ha ma lavarfe ar skouarn : Pa n’e ket me eo al lagad, me n’ed oun ket euz ar c’horf ; daoust ha ne vefe ket koulskoude euz ar c’horf ? (17) Ma vije ar c’horf holl lagad, pe-leac’h e vije ar c’hlevet ? Ha ma vije holl klevet, pe-leac’h e vije ar c’houessa ? (18) Mes breman Doue hen deuz lakeat an izili, pep hini anezhe er c’horf, evel m’az eo bet plijet ganthan. (19) Ha c’hoas, ma ne vijent holl nemed eun ezel hepken, pe-leac’h e vije ar c’horf ? (20) Mes breman ez euz kalz a izili, hag eur c’horf hep-ken. (21) Hag al lagad na hell ket lavaret d’an dorn : N’am euz ket a ezom ac’hanoud ; na c’hoas ar pen d’an treid : N’am euz ket a ezom ac’hanoc’h. (22) Mes er c’hontrol, an izili euz ar c’horf hag a zeblant beza ar re zembla, a zo necesser. (23) Hag ar re a gav deomp a zo an neubeuta henorabl euz ar c’horf, e reomp dezhe eun henor brassoc’h : en hevelep doare ma teu ar re divaloa, da gaoud ar brassa henor. (24) Eleac’h ar re a zo deread n’ho deuz ket ezom a gement-se ; mes Doue hen deuz reizet ar c’horf assambles, en hevelep doare ma hen deuz roet mui a henor d’an hini a vanke henor dezhan ; (25) evit na vezo ket a zizunion er c’horf, mes m’ho devezo an izili ar memeus preder an eil evit egile. (26) Evel-se, mar souffr eun ezel, an holl izili a zouffr ganthan ; ha pa vez henoret eun ezel, an holl izili a zo er joa assambles ganthan. (27) Hogen, c’houi eo corf ar C’hrist, ha c’houi eo he vemprou, pep hini ac’hanoc’h. (28) Ha Doue hen deuz lakeat en Iliz, da genta, an ebestel ; d’an eil, ar brofeted ; d’an trede, an doctored ; neuze, ar re a ra miraclou ; ha goude-ze, ar re ho deuz an donezon da barea ar re glanv, da zicour, da c’houarn, da gomz meur a langach. (29) Daoust hag int a zo holl ebestel ? Daoust hag int a zo holl profeted ? Daoust hag int a zo holl doctered ? Daoust hag int a ra holl miraclou ? (30) Daoust hag int ho deuz holl an donezon da barea an dud klanv ? Daoust hag int a gomz holl meur a langach ? Daoust hag holl ec’h hellont ho rei da intent ? (31) Hogen, klaskit a-greiz ho calon kaoud an donezonou gwella, ha me a ia da ziskouez deoc’h eun hent excellantoc’h c’hoas.
A pa gomzfen langachou an dud, ha memeus langachou an elez ; ma n’em euz ket ar garantez, ez oun evel an arem hag a zôn, pe evel eur zimbalen skiltrus. (2) Ha pa’m befe an donezon da brofetisa, ha pa anavezfen an holl mysteriou hag an holl skiantchou ; ha pa’m befe an holl feiz beteg diblasi ar meneziou ; ma n’em euz ket ar garantez, n’ed oun netra. (3) Ha pa rofen va holl vadou evit maga ar beorien, ha pa rofen va c’horf evit beza devet ; ma n’am euz ket ar garantez, kement-se ne zervich d’in da netra.
(4) Ar garantez a zo hir-c’houzanvus, leun a vadelez ; ar garantez n’eo ket c’hoantaüs ; ar garantez ne blij ket dezhi en em veuli ; n’em em c’houez ket gant an ourgouil ; (5) ne ra netra divalo ; na glask ket he interest he-unan ; ne fach ket ; ne sonj droug e-bed ; (6) ne gemer ket a blijadur en injustis, mes en em rejouissa a ra deuz ar wirionez ; (7) supporti a ra pep tra, cridi a ra pep tra, esperoud a ra pep tra, gouzanvi a ra pep tra. (8) Ar garantez na dremeno biken.
Evit ar pez a zell ar profesiou, tremen a raint, al langachou a baouezo, hag ar wiziegez a vezo kasset da netra ; (9) rag ne anavezomp ha ne brofetisomp ket mad a-walc’h ; (10) mes pa vezo deuet ar pez a zo parfet, neuze ar pez n’eo ket parfet a dremeno. (11) Pa oann bugel, e komzen evel eur bugel, e comprenen evel eur bugel, e rezonen evel eur bugel ; mes pa’z oun deuet da veza den, em euz dilezet kement a oa euz ar bugel. (12) Breman e velomp dre eur mellezour, hep gwelet sclear, mes neuze e velimp faç ouz faç ; breman ne anavezan ket mad, mes neuze ec’h anavezin evel ma’z oun bet anavezet.
(13) Breman eta, e choum an tri dra-man ; ar feiz, an esperans, ar garantez ; mes ar brassa anezhe eo ar garantez.
ALC’HIT da heuil ar garantez ; c’hoantait ive gant ardor an donezonou spirituel, mes dreist holl an donezon da brofetisa. (2) Rag an hini a gomz en eul langach ha n’eo ket anavezet, na gomz ket ouz an dud, mes ouz Doue, pa’z eo gwir ne intent den anezhan, hag e lavar mysteriou en he spered. (3) Mes an hini a brofetis, a gomz ouz an dud, evit ho edifia, ho exhorti hag ho c’honsoli. (4) An hini a gomz eul langach ha n’eo ket anavezet, en em edifi he-unan ; mes an hini a brofetis, a edifi an Iliz. (5) Me a garfe ho kwelet holl o komz langachou, mes dreist holl o profetisa ; rag brassoc’h eo an hini a brofetis, eged an hini a gomz langachou, nemed dond a rafe d’ho rei da intent, evit ma teuio ac’hane edification d’an Iliz. (6) Breman, breudeur, mar teufen d’ho kavoud en eur gomz langachou ha na intentfe den anezhe, pe seurt vad a rafen-me deoc’h, ma ne lavarfen ket deoc’h komzou a revelation, pe a wiziegez, pe a brofesi, pe a zoctrin ? (7) Er memeus doare, mar ne deu an traou ha n’ho deuz buez e-bed mes pere a ra trouz, evel eur fleüt, pe eun delen, da rei toniou dishenvel, penaos e vezo gouvezet petra a vez canet gant ar fleüt, pe gant an delen ? (8) Ha mar deu an drompil da ober eun tôn ha na intento den petra eo, piou en em breparo evit ar gombat ? (9) Evel-se ive c’houi, mar grit eur brezegen en eul langach ha na hell den he gompren, penaos ec’h hallo an dud gouzout petra a livirit ? rag komz a reot en ear. (10) Na pegement a seurt geriou, evel a ouzoc’h, n’euz ket er bed ? Ha beza ez euz unan-benag ha na zinifife netra ? (11) Dre-ze, mar na ouzon ket petra a zinifi ar c’homzou-ze, e vezin eun divroad evit an hini a gomz, hag an hini a gomz eun divroad evidoun. (12) Evel-se eta, pa zesirit stard an donezonou spirituel, klaskit ho c’haoud en abondans evit edification an Iliz. (13) Abalamour da ze, an hini a gomz eul langach ha n’eo ket anavezet, ra c’houlenno an donezon d’hen rei da gompren. (14) Rag, mar pedan en eul langach dizanavezet, va spered a bed, mes va intentamant a choum difrouez. (15) Petra a zo eta da ober ? Me a bedo dre va spered, mes pidi a rin ive gant va intentamant. Me a gano dre va spered, mes cana a rin ive gant va intentamant. (16) Anez, mar bennigez dre da spered, penaos ec’h hello an hini a zalc’h plas eun ignorant respont Amen, goude da action a c’hras, pa ’z eo gwir ne oar ket petra a leverez ? (17) Gwir eo penaos an actionou a c’hras a rentez a zo mad meurbed ; mes ne roont edification e-bed d’ar re-all. (18) Trugarekaad a ran va Doue, abalamour ma komzan muioc’h a langachou egedoc’h holl ; (19) mes gwell e vez ganen lavaret en Iliz pemp ger gant va intentamant evit gallout ive kelen ar re all, eged dec mil en eul langach ha na intentfe den anezhan.
(20) Breudeur, na vezit ket bugale e-kenver ar skiant ; mes e-kenver ar fallentez bezit bugaligou ; hag evit ar pez a zell ar skiant bezit tud c’hreat. (21) Scrivet eo el lezen : Dre dud a langach all, ha dre vuzellou estranjour e komzin ouz ar bobl-man, ha koulskoude evel-se na zelaouint ket ac’hanoun, eme an Aotrou. (22) Evel-se eta al langachou a zo eur sin a-berz Doue, nann evit ar re a gred, mes evit ar re na gredont ket ; eleac’h ar brofesi a zo eur sin, nann evit ar re na gredont ket, mes evit ar re a gred. (23) Mar deu eta an Iliz holl d’en em assambli en eur memeus leac’h, ha mar deu an holl da gomz langachou dianavezet, ha mar deu eno tud simpl, pe tud incredul, ha na livirint-hi ket hoc’h euz kollet ho skiant-vad ? (24) Mes mar deu an holl da brofetisa, ha mar deu eno eun den incredul, pe eun den hep gwiziegez, he-man a zo confontet gant an holl, ha barnet gant an holl ; (25) hag evel-se an traou kuzet euz he galon a vezo dizoloet, hag o kweza evel-se d’an douar, e teuio da adori Doue, ha da ziscleria dre-holl ema Doue en ho touez en gwirionez.
(26) Petra eta, breudeur, a dleit-hu da ober ? Pa deuit d’en em dastum assambles, ha beza hen deuz pep hini achanoc’h eur c’hantic, pe eur gelenadurez, pe eul langach estranjour, pe eur revelation, pe eun dra-benag da rei da intent ? Ra vezo great pep tra evit an edification. (27) Mar d’euz unan-benag hag a gomz eul langach estranjour, ra vezo, d’an hirra, daou pe dri anezhe, hag an eil goude egile ; ha ra vezo eno unan evit rei ho c’homzou da gompren. (28) Mar n’euz den evit rei da gompren, ra zeuio an hini a gomz eul langach estranjour da devel en Iliz, ha ra gomzo outhan he-unan hag ouz Doue. (29) Na dle komz nemed daou pe dri euz ar brofeted, hag ar re all a dle barna. (30) Ha mar hen deuz unan euz ar re a zo eno eur revelation-benag, ra zeuio ar c’henta da devel. (31) Rag holl ec’h hellit profetisa an eil goude egile, evit ma teuio an holl da zeski, ha da veza kelennet. (32) Hogen, sperejou ar brofeted a rank plega d’ar brofeted ; (33) rag Doue n’eo ket eun Doue a zizurz, mes eun Doue a beoc’h.
(34) Evel ma her gweler en holl Ilizou ar zent, ra zeuio ho kragez da devel en Ilizou, rag n’eo ket permetet dezhe komz eno ; ha ra vezint sentus, hervez ma lavar ive al lezen. (35) Mar fell dezhe diski eun dra-benag, ra interrojint ho friejou en ho zi ; rag n’e ket deread d’ar gragez komz en Iliz. (36) Daoust ha diganeoc’h-hu eo deuet Ger Doue, pa daoust ha beteg enoc’h-hu hep-ken e vefe deuet ?
(37) Mar d’euz unan-benag hag a sonj dezhan beza profet, pe kaoud Spered Doue, ra anzavo penaos an traou a scrivan deoc’h a zo gourc’hemenou a-berz an Aotrou. (38) Ha mar d’euz unan-benag hag a fell dezhan choum heb anaoudegez var gement-man, ra choumo.
(39) Evel-se eta, breudeur, desirit gant nerz an donezon da c’hallout profetisa, ha na zifennit ket ouz an den komz langachou estranjour. (40) Ra vezo great pep tra deread ha gant reiz.
IGAS a ran da zonj deoc’h, breudeur, euz an Aviel em euz prezeget deoc’h, hag hoc’h euz recevet, hag en pehini e kendalc’hit ferm, (2) dre behini ive ez oc’h salvet, mar hen dalc’hit evel ma em euz hen prezeget deoc’h ; anez ne dalfe netra deoc’h beza credet. (3) Hogen, disket em euz deoc’h, da genta, ar pez em boa va-unan recevet : penaos ez eo marvet ar C’hrist evit hor pec’hejou, hervez ar Scrituriou ; (4) ha penaos eo bet sebeliet, hag ez eo resussitet an trede deiz, hervez ar Scrituriou ; (5) penaos eo bet gwelet gant Cephas, ha goude-ze, gant an daouzec ; (6) goude-ze, eo bet gwelet, en eur vech, gant ouz-pen pemp kant breur, euz a bere unan-benag a zo maro hag an darnvuia a zo c’hoas beo. (7) Goude-ze, eo bet en em diskouezet da Jakes, ha neuze d’an holl ebestel, (8) ha goude ar re all, ez eo ive en em diskouezet d’in-me, evel da eur c’hrouadur ganet araog an termen. (9) Rag me a zo an distera euz an ebestel, me pehini n’oun ket dign da veza galvet abostol, rag persecutet em euz Iliz Doue. (10) Mes dre c’hras Doue ez oun ar pez ma’z oun ; hag he c’hras pehini a zo bet roet d’in, n’eo ket bet didalvoudus ; mes labouret em euz kalz muioc’h egethe holl ; n’e ket me koulskoude, mes gras Doue pehini a zo ganen. (11) Evel-se eta, pe eo me, pe int a brezeg, setu aze ar pez a brezegomp, ha setu aze ar pez hoc’h euz credet.
(12) Hogen, mar prezeger ez eo resussitet ar C’hrist a-douez ar re varo, penaos e teu hinienou en ho touez da lavaret n’euz ket a resurrection ar re varo ? (13) Mes mar n’euz ket a resurrection evit ar re varo, ar C’hrist ken neubeud n’eo ket resussitet. (14) Ha mar n’eo ket resussitet ar C’hrist, neuze hor fredication a zo didalvoudus, hag ho feiz-c’houi a zo didalvoudus ive. (15) C’hoarvezoud a ra zo-ken ma’z omp testou faoz e-kenver Doue ; rag rentet hon euz an desteni-man divarben Doue, penaos hen deuz resussitet ar C’hrist, pehini n’eo ket bet resussitet ganthan, mar d’eo gwir ne deu ket ar re varo da resussita. (16) Rag mar ne deu ket ar re varo da resussita, ar C’hrist ken neubeud n’eo ket resussitet. (17) Ha mar n’eo ket resussitet ar C’hrist, ho feiz-c’houi a zo didalvoudus, hag ez oc’h c’hoas en ho pec’hejou. (18) Neuze eta, ar re a zo maro er C’hrist, a zo ive kollet. (19) Mar d’eo evit ar vuez-man hep-ken hon euz esperans er C’hrist, ez omp ar mizerapla euz an holl dud.
(20) Mes breman, ar C’hrist a zo resussitet a-douez ar re varo, hag ez eo deuet da veza ar c’henta frouez euz ar re a zo maro. (21) Rag, pa’z eo gwir eo deuet ar maro dre eun den, dre eun den ive eo deuet resurrection ar re varo. (22) Rag, evel ma varv an holl en Adam, evel-se ive er C’hrist an holl a vevo adare ; (23) mes pep hini en he renk he-unan ; ar C’hrist eo ar c’henta-frouez, goude-ze ar re a zo d’ar C’hrist, en he zonedigez. (24) Goude-ze e teuio ar fin, pa hen devezo roet ar rouantelez etre daouarn Doue an Tad, ha distrujet pep rouantelez peb otorite ha pep galloud ; (25) rag red eo dezhan ren bete ma hen devezo lakeat he holl enebourien dindan he dreid. (26) An diveza enebour a vezo distrujet eo ar maro ; (27) rag Doue hen deuz lakeat pep tra dindan he dreid. Hogen, pa lavar ez eo bet lakeat pep tra dindan-han, ez eo sclear penaos an hini hen deuz lakeat pep tra dindan-han, n’ema ket he-unan dindan-han. (28) Ha pa vezo bet lakeat pep tra dindan-han, neuze ive ar Mab he-unan a vezo lakeat dindan an hini hen deuz lakeat pep tra da blega dezhan, evit ma vezo Doue holl en holl.
(29) Anez, petra a rai ar re a zo badezet evit ar re varo ? Mar ne deu hini e-bed euz ar re varo da resussita, perag neuze ez int-hi badezet evit ar re varo ? (30) Ha perag emomp-ni ive hon-unan en danjer da bep heur ? (31) Bemdez e varvan ; hen assuri a ran deoc’h dre al leac’h em euz d’en em c’hlorifia ac’hanoc’h en Jesus-Christ hon Aotrou. (32) Mar d’eo en gwel euz ar bed-man em euz combatet ouz al loened gwez en Ephesus, pe seurt profit em euz-me euz a gement-se ? Ma ne deu ar re varo da resussita, debromp hag evomp, rag varc’hoas e varvimp. (33) N’en em dromplit ket : an darempredou fall a goll ar vuez vad. (34) Savit euz ho mezventi evit beva er justis, ha na bec’hit ket ; rag bez’ a zo darn hep anaoudegez a Zoue ; hen lavaret a ran evit ho prassa mêz.
(35) Mes unan-benag a lavaro : Penaos a teu ar re varo da resussita ? Gant pe seurt corf e teuont-hi ? (36) Den diskiant, ar pez a hadez na zeu ket da veza beo, ma na varv ket da genta. (37) Hag evit ar pez a hadez, n’e ket ar c’horf a dle genel eo a hadez, mes eur c’hreunen noaz, evel ma c’hoarvez, eur c’hreunen winiz, pe eun had all-benag. (38) Mes Doue a ro dezhi eur c’horf evel ma plij ganthan, ha da bep haden ar c’horf a zere outhi. (39) Peb kig n’eo ket ar memeus kig ; mes kig an dud a zo unan, ha kig al loened a zo unan all, ha kig ar pesked unan all, ha kig al lapoused unan all. (40) Beza ez euz ive corfou celestiel, ha corfou euz an douar ; mes skeud ar re celestiel a zo dishenvel euz hini ar re euz an douar ; (41) dishenvel eo skeud an heol, hag hini al loar, hag hini ar stered ; rag eur stereden a zo dishenvel diouz eur stereden all dre he skeud. (42) Evel-se ive e c’hoarvez gant resurrection ar re varo. Ar c’horf a vez hadet sujet d’ar vreinadurez, resussita a ra hep gallout mui breina : (43) hadet e vez en dizhenor, resussita a ra leun a c’hloar ; hadet e vez er zempladurez, resussita a ra leun a nerz ; (44) hadet e vez corf aneval, resussita a ra corf spirituel ; beza ez euz eur c’horf aneval, ha beza ez euz eur c’horf spirituel, (45) evel ma’z eo scrivet : An den kenta, Adam, a zo bet great eun ene beo ; mes an diveza Adam a zo eur Spered hag a ro buez ; (46) hogen, n’eo ket ar pez a zo spirituel a zo da genta, mes ar pez a zo aneval ; ar pez a zo spirituel a zeu varlerc’h. (47) An den kenta, o veza bet tennet euz an douar, a zo douar ; mes an eil den, an Aotrou, a zo euz an env. (48) Evel ma ema an hini a zo euz an douar, evel-se ive ema ar re a zo euz an douar ; hag evel ma ema an hini a zo euz an env, evel-se ive ema ar re a zo euz an env. (49) Hag evel ma tougomp imach an hini a zo euz an douar, e tougimp ive imach an hini a zo euz an env.
(50) Hogen, breudeur, ar pez a lavaran eo an dra-man, penaos ar c’hig hag ar goad na hellont ket herita euz a rouantelez Doue, na ken neubeud ar vreinadurez herita euz an divreinadurez. (51) Setu, e lavaran deoc’h eur myster : Na varvimp ket holl, mes holl e vezimp chenchet, (52) en eur momant, en eur zerlagad, pa zono an drompil diveza ; rag an drompil a zono, hag ar re varo a resussito divreinus, hag e vezimp chenchet. (53) Rag red eo d’ar c’horf breinus-man beza gwisket gant an divreinadurez, ha d’ar c’horf mortel-man beza gwisket gant an immortalite. (54) Hogen, pa hen devezo ar c’horf breinus-man gwisket an divreinadurez, hag ar c’horf mortel-man gwisket an immortalite, neuze e vezo accomplisset ar gomz-man euz ar Scritur : Ar maro a zo bet lounket er victor. (55) O maro ! peleac’h ema da flem ? O maro ! peleac’h ema da victor ? (56) Hogen, flem ar maro eo ar pec’hed ; ha galloud ar pec’hed eo al lezen. (57) Mes ra vezo rentet grasou da Zoue, pehini hen deuz roet deomp ar victor dre hon Aotrou Jesus-Christ. (58) Rag-se, va breudeur muia-karet, choumit zounn, ha stard en ho sa, o labourat muioc’h-mui en oeuvr an Aotrou, o c’houzout penaos ho labour n’eo ket didalvoudus en Aotrou.
VIT ar pez a zell ar gest a rer breman evit ar zent, grit evel m’em euz gourc’hemenet d’an Ilizou euz a Galatia. (2) D’an deiz kenta euz a bep sizun, ra lako pep hini ac’hanoc’h a-gostez en he di eun dra-benag, o tastum ar pez a hello, hervez he c’hounidegez, evit na vezo ket ar gest da ober, pa erruin. (3) Ha pa vezin erruet, me a gasso gant lizerou ar re ho pezo choazet, da gas ho tonezonou da Jerusalem. (4) Ha mar d’eo deread ez afen-me ive va-unan, e teuint assambles ganen. (5) Ouzpen, mond a rin d’ho kavout, goude ma em bezo tremenet dre ar Vacedonia ; rag tremen a rin dre ar Vacedonia. (6) Ha marteze e choumin eur pennad amzer ganeoc’h, marteze zo-ken da c’hoanvi, evit beza ambrouget ganeoc’h en pe leac’h-benag ma’z in. (7) Rag ne fell ket d’in ho kwelet breman, en eur dremen ; mes esperoud a ran choum ganeoc’h eur pennad amzer, mar permet an Aotrou. (8) Koulskoude e choumin en Ephesus beteg ar Fentecost ; (9) rag eun nor vraz a zo digor d’in eno gant esperans da c’hallout ober eun dra-benag a vad ; mes kalz a enebourien a zo.
(10) Mar deu Timoteus, likit evez ma vezo heb aoun en ho touez, rag labourat a ra da oeuvr an Aotrou, kerkoulz ha me va-unan. (11) Rag-se diwallit ne deufe den d’hen disprija, hag ambrougit anezhan en peoc’h, evit ma teuio beteg enoun, rag ouz he c’hortoz emoun gant ar breudeur. (12) Evit ar pez a zell Apollos, hor breur, hen pedet em euz stard da vond d’ho kavout gant ar breudeur ; mes n’eo ket bet fellet dezhan mond breman ; mes mond a raio pa gavo an occasion.
(13) Beillit, choumit ferm er feiz, en em gomportit evel tud, creskit en nerz ; (14) grit kement a reot gant karantez.
(15) Breudeur, anaoud a rit famil Stephanas, ha gouzoud a rit penaos ez int ar c’henta-frouez euz an Akaia, hag ez int en em roet ho-unan da zervich ar Zent, (16) ho pidi a ran d’en em zoumeti d’ar seurt tud-se, ha da gement hini a labour hag a gemer poan assambles ganeomp. (17) Joa em euz ma’z eo deuet Stephanas, ha Fortunatus, hag Akaikus, rag dalc’het ho deuz ho plas, pa ne oac’h ket aman ; (18) rag krenveet ho deuz va spered hag hoc’h hini-c’houi. Bezit eta leun a respet evit ar seurt tud-se.
(19) Ilizou an Azi a zalud ac’hanoc’h. Akilas ha Friscilla, gant an Iliz a zo en ho zi, a zalud kalz ac’hanoc’h en Aotrou. (20) An holl breudeur a zalud ac’hanoc’h. En em zaludit an eil egile dre eur pok santel.
(21) Me, Paol, a zalud ac’hanoc’h gant va dorn va-unan. (22) Mar d’euz unan-benag ha na gar ket hon Aotrou Jesus-Christ, ra vez oanathem, Maranatha ! (Erru eo an Aotrou.) (23) Gras hon Aotrou Jesus-Christ ra vezo ganeoc’h. (24) Va c’harantez a zo ganeoc’h holl en Jesus-Christ ! Amen.
AOL, abostol Jesus-Christ, dre volontez Doue, hag hor breur Timoteus, da Iliz Doue a zo e Corint, ha d’an holl Zent a zo en holl Akaia. (2) Gras ha peoc’h deoc’h a-berz Doue hon Tad, hag a-berz an Aotrou Jesus-Christ !
(3) Ra vezo benniget Doue, a zo Tad hon Aotrou Jesus-Christ, Tad an trugarezou, hag an Doue a bep consolation, (4) pehinï a gonsol ac’hanomp ekreiz hon holl enkreziou, evit ma c’hellimp ive consoli ar re holl a zo en eun enkrez-benag, dre ar gonsolation gant pehini omp consolet hon-unan gant Doue. (5) Rag, evel ma cresk souffransou ar C’hrist enomp, evel-se ive e cresk hor c’honsolation dre ar C’hrist. (6) Hogen, pa’z omp enkrezet, kement-se a zo evit ho consolation hag ho silvidigez, pehini a zeu d’en em ober, pa c’houzanvit gant patianted ar memeus souffransou a c’houzanvomp hon-unan ; ha pa’z omp consolet kement-se a zo evit ho consolation hag ho silvidigez, (7) (hag an esperans hon euz divar ho pen a zo krenv), dre ma c’houzomp penaos, evel ma hoc’h euz lod er poaniou, evel-se ive ho pezo lod er gonsolation. (8) Rag, breudeur, na fell ket deomp e choumfac’h heb anaoud an drubuil a zo bet c’hoarvezet ganeomp en Azi, penaos ez omp bet gwall-vac’het, dreist hon nerz, en hevelep doare m’hon doa zoken kollet an esperans da zerc’hel hor buez. (9) Hag en em gonsideremp hon-unan evel tud condaonet d’ar maro, evit ne lakejemp ket hor fizians enomp hon-unan, mes en Doue pehini a laka ar re varo da resussita ; (10) pehini hen deuz hon delivret hag a zelivr ac’hanomp euz a eur seurt maro ; hag esper hon euz e telivro ac’hanomp c’hoas ; (11) o veza ive sicouret ganeoc’h-hu dre ho pedennou evidomp, evit, evel m’hon euz recevet ar c’hras-se dre galz a dud, ma vezo ive kalz o renta grasou da Zoue a gement-se evidomp.
(12) Rag ar pez a ra hor meuleudi, eo an desteni-man euz hor c’houstians, penaos ez omp en em gomportet er bed, ha dreist holl en ho kenver-c’houi, gant simplicite hag eünder dirag Doue, nann gant eur furnez kigus, mes gant gras Doue. (13) Rag na scrivomp deoc’h netra nemed ar pez a lennit, hag ive a anzavit, hag ec’h esperan hen anzavfot beteg ar fin ; (14) evel ma hoc’h euz ive anzavet eun neubeud benag, penaos ez omp sujet a c’hloar deoc’h, evel ma veot ive deomp-ni en deiz an Aotrou Jesus.
(15) Hag er fizians-ze eo e felle d’in mond d’ho kwelet araog, evit ma c’heljec’h receo eur c’hras all ; (16) ha mond neuze euz ho pro da Vacedonia ; ha distrei goude euz a Vacedonia d’ho kavoud, ha beza ambrouget ganeoc’h var-zu ar Jude. (17) Hogen, pa en em broposen kement-se, hag hen great em euz-me dre skanvadurez, pe daoust hag hervez ar c’hig e sonjan ober ar pez a fell d’in, en hevelep doare ma vez ganen-me, ia, ia, ha, nann, nann ? (18) Doue pehini a zo gwirion, a zo test d’in penaos ar ger hoc’h euz recevet diganeomp n’eo ket bet ia ha nann. (19) Rag Mab Doue, Jesus-Christ, pehini a zo bet prezeget deoc’h ganeomp-ni, da lavaret eo, ganen-me, gant Silvanus, ha gant Timoteus, n’eo ket bet ia ha nann ; mes pep tra a zo ia enhan. (20) Rag kement a zo euz a bromessaou Doue, a zo holl ia enhan : dreizhan eta ive an Amen, evit gloar Doue dreizomp-ni. (21) Hogen, an hini a grenva ac’hanomp ganeoc’h er C’hrist, hag hen deuz eoliet ac’hanomp eo Doue, (22) pehini hen deuz hor siellet gant he ziel, hag hen deuz roet deomp en hor c’halonou an arrez euz he Spered.
(23) Hogen kemer a ran Doue da dest var va ene, penaos evit hoc’h espern eo n’oun ket eat c’hoas da Gorint. N’e ket m’hor be c’hoant da zomina var ho feiz-c’houi, mes ken-labourerien omp d’ho choa, pa’z eo gwir dre ar feiz eo e choumit stard.
ECIDET em boa eta enoun va-unan na’z ajen mui d’ho kavout gant tristidigez. (2) Rag mar deuan da rei tristidigez deoc’h, piou a roio joa d’in-me, nemed an hini a vezo bet lakeat ganen en dristidiguez ? (3) Ha scrivet em euz deoc’h evel-se, evit pa vezin erruet, n’em bezo ket a dristidigez digant ar re a dlefe rei joa d’in ; rag fizians em euz enoc’h holl penaos e rit holl ho choa euz va hini-me.
(4) Rag scriva a riz deoc’h en eun drubuil vraz, gant eur galon leun a enkrez, ha gant fors daelou ; n’e ket evit ho klac’hari, mes evit rei da anaoud ar garantez dreist muzur em euz en ho kenver. (5) Mar hen deuz unan-benag roet tristidigez, n’e ket me va-unan hen deuz glac’haret, mes c’houi holl, da vihana en eun doare-benag, rag ne fell ket d’in lavaret en tu-all d’ar wirionez. (6) Awalc’h eo d’eun hevelep den, beza bet punisset gant an niver brassa euz an dud, (7) en hevelep doare ma tleit kentoc’h pardoni dezhan hag he gonsoli, gant aoun na vez mantret gant eun dristidigez re vraz. (8) Abalamour da ze e pedan ac’hanoc’h da ziskouez ho karantez en he genver. (9) Rag evit se eo em euz scrivet deoc’h, evit galloud anaoud, en eur amproui ac’hanoc’h, ha c’houi a zo sentus e pep tra. (10) An hini eta da behini e pardonit, me ive a bardon dezhan ; (rag evidoun-me, ar pez em euz pardonet, mar em euz pardonet, eo abalamour deoc’h), dirag Jesus-Christ, (11) evit ne vezo ket Satan treac’h deomp ; rag anaoud a reomp ar pez a c’hoanta ober.
(12) Hogen, pa zeuiz da Droas, evit prezeg Aviel ar C’hrist, petra-benag ma hen doa digoret an Aotrou eun nor d’in, (13) na gaviz ket a repos em spered, abalamour ne gaviz ket eno Titus, va breur ; rag-se, goude beza kimiadet ouz ar breudeur, e teuiz d’ar Macedonia. (14) Hogen, ra vezo rentet grasou da Zoue pehini a ra deomp beza bepred treac’h er C’hrist, ha pehini a skuil dre enomp-ni ar c’houez euz he anaoudegez e peb leac’h. (15) Rag ni eo ar c’houez vad euz ar C’hrist dirag Doue, evit ar re a zo salvet hag evit ar re a ia da goll ; (16) d’ar re-man, eur c’houez a varo, hag a laka da vervel ; ha d’ar re all, eur c’houez a vuez, hag a laka da veva. Ha piou a zo barec evit an traou-ze ? (17) Rag ni ne droomp ket en faoz Ger Doue, evel ma’z euz kalz hag a ra ; mes komz a reomp gant gwirionez, evel a-berz Doue, dirag Doue, er C’hrist.
A commans a refomp-ni, adare d’en em recommandi hon-unan, pe daoust ha ni hon euz ezom, evel hinienou, a lizerou evit hon recommandi deoc’h, pe a lizerou diganeoc’h evit hon recommandi d’ar re all ? (2) C’houi hoc’h-unan eo hon lizer-ni, scrivet en hor c’halonou, anavezet ha lennet gant an holl dud ; (3) rag anat mad eo, penaos ez oc’h eul lizer a-berz ar C’hrist, scrivet gant hon labour-ni, nann gant liou, mes gant Spered an Doue beo ; nann var daolennou mein, mes var daolennou kig, var ho calonou. (4) Hogen, dre ar C’hrist eo hon euz eun hevelep fizians dirag Doue. (5) N’e ket ma vemp-ni capabl, ac’hanomp hon-unan, da zonjal eun dra-benag, evel pa deufe ac’hanomp hon-unan ; mes hor galloud a zeu euz a Zoue, (6) pehini ive hen deuz hon rentet capabl da veza ministred an allians nevez, nann euz al lizeren, mes euz ar Spered ; rag al lizeren a ro ar maro mes ar Spered a ro buez. (7) Hogen, mar d’eo bet karg ar maro, hini al lizeren, scrivet var ar vein, ken glorius ma na helle ket bugale Israel sellet piz ouz bisach Moises, abalamour d’ar sclearder euz he visach, petra-benag ma tlie ar sclerijen-ze tremen ; (8) pegement ne vezo ket gloriussoc’h karg ar Spered ? (9) Rag mar d’eo bet glorius ar garg a gondaonation, ar garg euz ar justis he deuz eur gloar kalz brassoc’h. (10) Hag, evit-gwir, ar garg kenta-ze, pehini a zo bet glorius, n’e ket bet glorius, abalamour d’ar gloar dispar euz an eil. (11) Rag, mar d’eo bet glorius ar pez a dlie tremen, kalz gloriussoc’h eo ar pez a dle choum atao.
(12) O veza eta ma hon euz eun hevelep esperans, e kemeromp kalz a liberte, (13) ha ne reomp ket evel Moises, pehini a lake eur voal var he visach, evit ne velje ket bugale Israel ar fin euz ar pez a dlie disparissa. (14) Mes ho sperejou a zo bet dallet beteg-hen. Rag hirio c’hoas, pa lenner an Testamant-Koz, ar voal-ze a choum, heb beza savet, rag ne hell beza savet nemed gant ar C’hrist. (15) Hirio c’hoas, pa vez lennet Moises, eur voal a zo taolet var ho c’halon. (16) Mes pa zistroint ouz an Aotrou, ar voal a vezo lammet kuit. (17) Hogen, an Aotrou eo ar Spered ; hag el leac’h ma ema Spered an Aotrou, eno ema al liberte. (18) Evel-se ni holl pere, gant eur visach dizolo, a gontempl, evel en eur mellezour, gloar an Aotrou, lakeat omp da zond henvel ouz he imach, euz an eil gloar d’eben, evel gant Spered an Aotrou.
RE-ZE, o veza ma hon euz ar garg-man hervez an drugarez a zo bet great deomp, na gollomp ket a gourach ; (2) mes taolet hon euz diouzomp an traou mezus a vez kuzet, hep bale en dromplerez, hag hep trei en faoz Ger Doue, mes ouz en em recommandi hon-unan da goustians pep den dirag Doue, en eur diskouez ar wirionez. (3) Mar d’eo hon Aviel goloet c’hoas, ez eo goloet evit ar re a ia da goll, (4) evit an dud difeiz, da bere doue ar bed-man hen deuz dallet ho sperejou, gant aoun na vijent sclerijennet gant ar sclerijen euz Aviel glorius ar C’hrist, pehini eo imach Doue. (5) Rag n’e ket ni hon-uhan eo a brezegomp, mes Jesus-Christ an Aotrou ; ha ni a zo servicherien deoc’h, abalamour da Jesus. (6) Rag an Doue pehini hen deuz lavaret d’ar goulou sclerijenna ekreiz an devalijen, eo an hini hen deuz lugernet en hor c’halonou, evit lakaad ar sclerijen euz an anaoudegez a c’hloar Doue da lugerni en Jesus-Christ.
(7) Hogen, derc’hel a reomp an tenzor-ze en besseliou douar, evit ma vezo anavezet evit beza da Zoue, ha nann deomp-ni, an excellans euz ar galloud. (8) Gwasket omp a bep tu, mes n’omp ket rentet en extremite diveza ; nec’het omp, mes n’omp ket en dizesper ; (9) persecutet omp, mes n’omp ket dilezet ; diskaret omp, mes n’omp ket distrujet holl ; (10) dougen a reomp bepred, en hor c’horf, maro an Aotrou Jesus, evit ma vezo ive buez Jesus diskouezet en hor c’horf. (11) Rag ni pere a vev, a zo dalc’h-mad livret d’ar maro, abalamour da Jesus, evit ma vezo ive buez Jesus diskouezet en hor c’hig mortel, (12) en hevelep doare ma labour ar maro enomp-ni, mes ar vuez enoc’h-hu. (13) Mes o veza ma hon euz ar memeus spered a feiz, hervez ma’z eo scrivet : Credet em euz, hag abalamour da ze em euz komzet ; ni ive a gred, hag abalamour da ze eo e komzomp, (14) o c’houzout penaos an hini hen deuz resussitet, an Aotrou Jesus, a resussito ivez ac’hanomp dre Jesus, hag hon lako da gomparissa assambles ganeoc’h. (15) Rag an holl draou-man a zo abalamour deoc’h, evit ma teuio ar c’hras-ze, en eur greski, da lakaad muioc’h-vui e calon eun niver braz a dud actionou a c’hras evit gloar Doue.
(16) Dre-ze na gollomp ket courach, ha mar deu hon den a-ziaveaz d’en em distruja, an diabarz a vez renevezet euz an eil deiz d’egile ; (17) rag hon affliction skanv euz an amzer brezant a zeu da brodui enomp eur pouez eternel a c’hloar meurbed excellant ; (18) pa’z eo gwir ne zellomp ket ouz an traou visibl, mes ouz an traou invisibl ; rag an traou visibl a zo evit eun amzer, mes ar re invisibl a zo eternel.
AG gouzoud a reomp penaos, mar d’eo distrujet an danten-man, an ti douar-man en pehini e choumomp, hon euz ebarz an envou eun ti-all a-berz Doue, eun ti eternel, ha n’eo ket bet great gant dorn an den. (2) Rag huanadi a reomp en danten-man, o tezirout gant nerz beza gwisket gant hon ti a zo euz an env ; (3) mar digouez deomp koulskoude beza kavet gwisket, eleac’h beza en noaz. (4) Rag ni pere a zo en danten-man, ne reomp nemed huanadi dindan ar beac’h, o veza ma fell deomp, eleac’h beza divisket, beza gwisket, evit ma vezo ar pez a zo marvel lounket gant ar vuez. (5) Hag an hini hen deuz great ac’hanomp evit kement-se, eo Doue pehini ive hen deuz roet deomp an arrez euz he Spered. (6) Ato eta ez omp leun a fizians, ha gouzoud a reomp penaos e-pad ma’z omp o choum er c’horf-man, emomp pell diouz an Aotrou. (7) (Rag dre ar feiz eo e valeomp, ha nann dre ar gwelet.) (8) Mes leun omp a fizians, ha gwelloc’h eo ganeomp kuitaad ar c’horf-man, ha beza e-kichen an Aotrou o choum. (9) Evit se eo e reomp hor fossubl da veza agreabl dezhan, pe e vez red deomp choum er c’horf-man, pe mond kuit euz anezhan. (10) Rag red eo deomp holl parissa dirag tribunal ar C’hrist, evit ma recevo pep hini hervez ar mad pe an droug hen devezo great, e-pad ma oa er c’horf. (11) Oc’h anaoud eta an doujans a zo dleet d’an Aotrou, e poaniomp evit lakaad an dud da gredi ; ha Doue a anavez ac’hanomp, hag esperoud a ran ive ez omp anavezet ganeoc’h en ho coustians, (12) rag n’en em recommandomp ket a-nevez deoc’h, mes rei a reomp deoc’h leac’h d’en em c’hlorifia abalamour deomp, evit ma c’hellot kaout peadra da respont d’ar re en em c’hlorifi euz an diaveaz, ha nann er galon. (13) Rag, pe ni a zo er meaz ac’hanomp hon-unan, evit Doue eo, pe ni a choum en hor skiant-vad, evidoc’h eo. (14) Rag karantez ar C’hrist a bres ac’hanomp, o veza ma credomp stard penaos, mar d’eo marvet unan evit an holl, neuze an holl a zo maro ; (15) hag evit an holl eo bet marvet, evit ma teui ar re a zo beo, da veva nann evithe ho-unan, mes evit an hini a zo maro ha resussitet evithe. (16) Evel-se, a-vreman, na anavezomp den hervez ar c’hig ; ha memeus mar hon euz anavezet ar C’hrist hervez ar c’hig, breman n’hen anavezomp mui evel-se. (17) Mar d’euz eta unan-benag hag a zo er C’hrist, hennes a zo eur c’hrouadur nevez ; an traou koz a zo tremenet ; setu deuet pep tra da veza nevez. (18) Hogen, an holl draou-ze a zeu euz a Zoue, pehini hen deuz hon unanet a-nevez ganthan dre Jesus-Christ, hag hen deuz roet deomp ar garg a adunvaniez. (19) Rag Doue a oa er C’hrist, oc’h adunvani ar bed ganthan he-unan, o viret da gounta dezhe ho fec’hejou ; hag hen deuz lakeat enomp ar gomz a adunvaniez.
(20) Ober a reomp eta ar garg a gannaded evit ar C’hrist, evel pa vez Doue he-unan oc’h exhorti dreizomp ; hag en hano ar C’hrist eo e pedomp ac’hanoc’h stard : Bezit unanet a-nevez gant Doue ! (21) Rag an Hini n’hen deuz ket anavezet ar pec’hed, a zo bet tretet ganthan evel pec’her abalamour deomp, evit ma teuimp-ni da veza just euz a justis Doue enhan.
A’Z eo gwir eta ez omp ken-labourerien assambles gant Doue, ho pedi a reomp stard da ober en hevelep doare ma n’ho pezo ket bet gras Doue en vên. (2) Rag hen a lavar : Me em euz da zelaouet en amzer favorabl, hag em euz da zicouret e deiz ar zilvidigez. Setu breman an amzer favorabl ; setu breman deiz ar zilvidigez. (3) Ne roomp scandal e-bed, en nep doare, evit na vezo tamal e-bed var hor c’harg. (4) Mes klask a reomp beza kavet mad e pep tra, evel servicherien da Zoue, en eur batianted vraz, en afflictionou, en tourmanchou, en enkreziou, (5) er gouliou, er prizoniou, er seditionou, el labouriou, er veilladou, er iunou, (6) er burete, er wiziegez, en hirc’houzanvedigez, en dousder, dre ar Spered-Santel, (7) dre eur garantez gwirion, dre gomz ar wirionez, dre nerz Doue, dre armou ar justis, pere a zalcher a-zeo hag a-gleiz ; (8) e-kreiz an henor hag an dismegans, e-kreiz ar vrud fall hag ar vrud vad ; (9) o veza tremenet evit tromplerien, ha ni gwirion koulskoude ; evel tud ha n’int anavezet gant den, ha ni anavezet mad ; evel tud o vervel, ha ni beo koulskoude ; evel tud kastizet, mes hep beza lakeat d’ar maro ; (10) evel tud glac’haret, ha ni joaüs bepred ; evel peorien, ha ni o pinvidikaad meur a hini ; evel tud ha n’ho deuz netra, ha ni o kaout pep tra.
(11) O Corintied, abalamour deoc’h eo hon euz digoret hor genou ! Deuet eo hor c’halon da veza frankoc’h. (12) N’eo ket henk varnoc’h enomp-ni ; mes ho calon-hu a zo henkeet. (13) Hogen, evit ober d’in evel ma ran deoc’h (komz a ran ouzoc’h evel ouz va bugale), frankait ive ho calon.
(14) N’en em lakit ket dindan ar memeus ieo assambles gant an dud difeiz ; rag daoust pe seurt henveledigez a zo etre ar justis hag ar fallentez ? ha pe seurt accord a hell beza etre ar sclerijen hag an devalijen ? (15) Pe seurt union a hell beza etre ar C’hrist ha Belial ? pe daoust pe seurt lod a hell an den a feiz kaout gant an den difeiz ? (16) Petra hen deuz templ Doue da ober gant an idolou ? Rag c’houi eo templ an Doue beo, evel ma hen deuz Doue lavaret : Me a choumo en ho c’hreiz hag e valein en ho zouez ; me a vezo ho Doue, hag int a vezo va fobl. (17) Rag-se deuit er meaz euz ho zouez, ha dispartiit diganthe, eme an Aotrou, ha na douchit ouz netra a vez impur, ha me ho tigemero ; (18) ha me a vezo Tad deoc’h, ha c’houi a vezo mibien ha merc’hed d’in, eme an Aotrou holl c’halloudec.
VEL ma hon euz eta, breudeur muia-karet, an hevelep promessaou, en em netaomp hon-unan euz a bep impurete euz ar c’hig hag euz ar spered, o peurachui hor sanctification en doujans Doue. Digemerit ac’hanomp en ho calonou ; (2) n’hon euz great gaou ouz den e-bed ; n’hon euz lakeat den da goll he dra ; n’hon euz tromplet den. (3) Na lavaran ket an dra-man evit ho condaoni ; rag lavaret em euz dija penaos emoc’h en hor c’halonou, evit mervel assambles hag evit beva assambles. (4) Komz a ran ouzoc’h gant kalz a hardiegez ; kalz a leac’h em euz d’en em c’hlorifia abalamour deoc’h ; leun oun a gonsolation ; karget a joa em holl afflictionou. (5) Rag, pa’z omp bet erruet er Macedonia, n’hon euz bet repos ebed er c’hig, er c’hontrol, poaniet omp bet e pep feçon, o kaout da gombatti en diaveaz, hag o veza en enkrez en diabarz. (6) Mes Doue, pehini a gonsol ar re a zo mantret, hen deuz hor c’honsolet, pa’z eo erruet Titus ; (7) ha n’e ket hep-ken dre ar gwel euz anezhan, mes ive dre ar gonsolation hen deuz bet diganeoc’h, en eur rei da anaoud deomp ho tezir braz, ho taelou, ho polontez vad em c’henver ; en hevelep doare ma’z eo bet cresket va joa dre gement-se.
(8) Rag, petra-benag m’em beuz contristet ac’hanoc’h gant va lizer, n’am euz ket a geuz breman, mar em euz bet eur vech-benag, rag gwelet a ran penaos al lizer-ze hen deuz ho contristet, mes evit eur pennadic amzer. (9) Breman em euz joa, nann abalamour ma’z oc’h bet contristet, mes abalamour ma’z eo deuet ho tristidigez d’ho lakaad da gaout keuz ; rag contristet oc’h bet hervez Doue, en hevelep doare n’oc’h euz bet koll e-bed euz va feurz. (10) Rag an dristidigez a zo hervez Doue, a laka da zevel eur c’heuz a zilvidigez, euz a behini ne vez morse a geuz ; eleac’h an dristidigez a zo hervez ar bed a zigas ar maro. (11) Rag gwelit an dristidigez-ze hervez Doue, pebez bolontez vad n’he deuz-hi ket digasset enoc’h ! Pebez didamal, pebez indination, pebez doujans, pebez desiriou, pebez ardor, pebez castiz ! Diskouezet hoc’h euz e pep tra ez oc’h nêt e-kenver an affer-ze. (12) Evel-se, pa em euz scrivet deoc’h, ne oa ket abalamour d’an hini hen doa great an droug, nag abalamour d’an hini da behini e oa bet great, mes evit rei da anaoud deoc’h ar zourci hon euz evidoc’h dirag Doue. (13) Rag-se ez omp bet consolet dre ho consolation ; mes kalz muioc’h ez omp bet laoueneet abalamour da joa Titus, o veza ma eo bet soulajet he spered ganeoc’h holl ; (14) ha mar em euz tennet gloar ac’hanoc’h dirazhan, evit eun dra-benag, n’em euz ket bet a vêz euz a gement-se ; mes evel ma hon euz lavaret pep tra gant gwirionez, evel-se ive hor meuleudi dirag Titus a zo en em gavet gwirion. (15) Hag evel-se he garantez evidoc’h a zeu da veza c’hoas brassoc’h, pa zeu da zonj dezhan euz ho toujans holl, ha penaos hoc’h euz hen digemeret gant aoun hag en eur grena. (16) En em rejouissa a ran eta abalamour ma em euz fizians enoc’h e pep tra.
OGEN, breudeur, rei a reomp da anaoud deoc’h ar c’hras a Zoue a zo bet roet da Ilizou Macedonia ; (2) penaos, goude beza bet amprouet gant kalz a afflictionou, ez int bet karget a joa, ha penaos en ho faourentez vraz, ho deuz skulliet en abondans ar pinvidigeziou euz ho largentez. (3) Rag, hen assuri a ran, roet ho deuz ho aluzen anezhe ho-unan, hervez ho galloud, ha zo-ken en tu-all d’ho galloud ; (4) ouz hor pedi stard da receo an aluzen-ze hag ho lod evit sicour ar zent. (5) Ha n’e ket hep-ken evel m’hon doa esper ho deuz great, mes en em roet int bet ho-unan da genta d’an Aotrou, ha neuze deomp-ni, dre volontez Doue ; (6) en hevelep doare ma hon euz pedet Titus, evel m’hen doa commanset an oeuvr-ze a garantez, d’hen achui ive en ho touez.
(7) Evit se, evel m’hoc’h euz pep tra en abondans, ar feiz, ar gomz, an anaoudegez, ar volontez-vad e pep tra, ar garantez evidomp-ni, ho pedomp da gaoud ive en abondans ar volontez-vad evit an oeuvr-man a garantez. (8) Na lavaran ket an dra-man dre c’hourc’hemen, mes evit amprouv, dre an hast euz ar re all, al lealded euz ho karantez. (9) Rag anaoud a rit ar garantez euz hon Aotrou Jesus-Christ, pehini, hag hen pinvidic, a zo en em c’hreat paour abalamour deoc’h, evit ma teujac’h da veza pinvidic dre he baourentez. (10) Hag en kement-man e roan deoc’h eun ali, rag deread eo kement-se ouzoc’h-hu, pere n’hoc’h euz ket hep-ken commanset d’hen ober, mes pere ho poa bet ar sonj d’hen ober adaleg ar bloaz tremenet. (11) Achuit eta breman d’hen ober, hag evel ma’z oc’h bet pront a intantion, peur-achuit ive hervez ho kalloud. (12) Rag, mar hen deuz an den bolontez-vad da rei, ez eo agreabl da Zoue, o rei hervez ar pez hen deuz, ha nann hervez ar pez n’hen deuz ket. (13) Rag evit-gwir, arabad eo deoc’h beza re zammet, evit ma vezo soulajet ar re all ; er c’hontrol, ra vezo egalite etrezoc’h, (14) ra zeuio hoc’h abondans da zicour breman ho faourentez ; evit ma teuio abondans ar re-ze da zicour ive ho paourentez, en hevelep doare ma vezo pep tra ingal, hervez ma’z eo scrivet : (15) An hini a zastume kalz, n’hen divije ket muioc’h, hag an hini a zastume neubeud, n’hen divije ket neubeutoc’h.
(16) Hogen, ra vezo rentet grasou da Zoue, pehini hen deuz lakeat e calon Titus ar memeus sourci evidoc’h ; (17) rag en em roet eo d’am ali, hag ez eo eat en hent, gant muioc’h a hast hag a galon-vad, evit ho kwelet. (18) Kasset hon euz ive ganthan ar breur euz a behini ar veuleudi a zo skulliet en holl Ilizou, evit ar pez a zell an Aviel ; (19) ha n’eo ket a-walc’h kement-se, mes choazet eo bet ive gant an Ilizou, evit dond ganeomp en hor beach, hag evit dougen an aluzennou a c’houarnomp evit gloar an Aotrou he-unan, hag hervez an nerz euz ho polontez-vad. (20) Kemeret hon euz ar brecaution-ze, evit na hello den hon tamal divarben ar gouarnamant euz an aluzennou braz-ze ; (21) o lakaad aket da ober ar pez a zo mad, n’e ket hep-ken dirag an Aotrou, mes ive dirag an dud. (22) Kasset hon euz ive ganthe hor breur, pehini hon euz kavet meur a vech aketus meurbed, hag a vezo c’hoas muioc’h ar vech-man, abalamour d’ar fizians vraz hen deuz enoc’h. (23) Evel-se, evit ar pez a zell Titus, hennes a zo compagnon d’in, ha labourat a ra assambles ganen evidoc’h ; hag evit ar pez a zell hor breudeur, ar re-man a zo kannaded an Ilizou, ha gloar ar C’hrist. (24) Roit eta dezhe, dirag an Ilizou, merkou euz ho karantez, hag euz al leac’h hon euz d’en em c’hlorifia divar ho pen.
EM euz ket ezom da scriva deoc’h divarben ar sicour a zo da rei d’ar Zent. (2) Rag anaoud a ran ho polontez-vad ; euz a behini e tennan meuleudi ouzoc’h dirag ar Vacedonied, o veza ma’z eo prest an Akaia, abaoe varlene, evel ma lavaran dezhe ; hag ho polontez-vad-c’houi he deuz allumet bolontez-vad an niver brassa. (3) Kasset em euz koulskoude hor breudeur, evit na vezo ket hor meuleudi ac’hanoc’h didalvoudus e kement-se, ha ma veot prest, evel ma em euz lavaret ; (4) gant aoun, mar teufe ar Vacedonied assambles ganen, ha mar kavfent ac’hanoc’h hep beza prest, ne deufe kement-se da veza eur sujet a vêz evidomp-ni, rag ne fell ket d’in lavaret evidoc’h-hu, abalamour d’ar veuleudi hon doa tennet euz a gement-se. (5) Rag-se, em euz kavet e oa red pedi ar breudeur da vond araog d’ho kavoud, evit achui da brepari an donezonou ho poa prometet a-ziagent, evit ma vezo prest, nann evel frouez an avaristed, mes evel eul largentez.
(6) A-hend-all : An hini a had neubeud, a vedo eun eost dister, hag an hini a had stank a vedo eun eost founnus. (7) Ra zeuio pep hini da rei hervez ma hen deuz decidet en he galon, nann gant keuz, pe dre fors ; rag Doue a gar an hini a ro gant joa. (8) Ha Doue a zo galloudec evit ho peur-leunia a bep seurt grasou, evit m’ho pezo bepred kement a zo necesser, ha ma viot leun a bep seurt oeuvrou mad, (9) hervez ma’z eo scrivet : Skulliet hen deuz, roet hen deuz d’ar beorien ; he justis a bad da virviken. (10) Hogen, an Hini a ro had d’an hader, ha bara dezhan da zibri, a roio deoc’h hag a gresko deoc’h an had, hag a lakaio da greski ar frouez euz ho chustis ; (11) evit ma viot pinvidikeet e pep tra, evit gallout ober a bep seurt largentezou, pere a lakai renta da Zoue actionou a c’hras dreizomp. (12) Rag an distribution euz an offrans-man a ra ouz-pen contanti ezomou ar Zent, leun eo c’hoas a actionou a c’hras a vezo rentet da Zoue gant meur a hini. (13) Glorifia a reont Doue, oc’h amprouv, dre ar zicour-man, ho sentidigez e-kenver Aviel ar C’hrist a zervichit, hag ar gwir galon-vad a ziskouezit en ho c’henver, hag, e-kenver an holl ; (14) hag e pedont evidoc’h, o karet ac’hanoc’h gant teneredigez, abalamour d’ar c’hras excellant hen deuz great Doue deoc’h. (15) Hogen, ra vezo rentet grasou da Zoue evit he zonezon mad meurbed !
-HEND-ALL, me Paol, a bed ac’hanoc’h dre zouster ha madelez ar C’hrist, (2) me pehini a zo humbl dirazoc’h, mes leun a hardiegez en ho kenver, pa vezan pell diouzoc’h ; ho pedi a ran, pa vezin tost deoc’h, na vezo ket red d’in ober usach gant fizians euz an hardiegez-ze, a behini em euz sonj da ober usach a-enep eun darn-benag pere a gemer ac’hanomp evit tud hag a vale hervez ar c’hig. (3) Rag petra-benag ma valeomp er c’hig, na vrezelekaomp ket hervez ar c’hig. (4) Rag hon armou a-vrezel n’int ket kigus, mes galloudus int en Doue, evit diskar ar fortereziou, (5) evit diskar rezoniou an dud, ha pep huelder a zav a-enep an anaoudegez a Zoue, hag evit digas pep sonjezon da blega da zoujans ar C’hrist ; (6) ha prest omp da bunissa pep dizentidigez, pa vezo parfet ho sentidigez. (7) Ha sellet a rit-hu ouz an traou hervez an apparans ? Mar d’euz unan-benag hag a gred enhan he-unan ez eo d’ar C’hrist, ra gredo eta ive penaos, evel ma’z eo hen he-unan d’ar C’hrist, ni ive a zo dezhan. (8) Ha pa deufen d’en em c’hlorifia c’hoas muioc’h euz ar galloud hon euz bet digant an Aotrou, evit ho krenvaad er feiz ha nann evit ho tiskar, n’em befe ket a vêz euz a gement-se ; (9) evit na vezo ket credet e karfen ober aoun deoc’h dre va lizerou. (10) Rag, eme an dud, he lizerou a zo rust ha leun a nerz ; mes pa vez dirazomp, he zoare a zo sempl, hag he gomz a zo dister. (11) Ra zeuio an hini a gomz evel-se, da gonsideri penaos, evel ma’z omp en hor c’homzou hag en hon lizerou, pa vezomp pell diouzoc’h, evel-se ive ez omp en hon oberou, pa vezomp dirazoc’h. (12) Rag na gredomp ket en em lakaad e renk darn, pere en em veul ho-unan, nag en em gompari ganthe ; ouz en em vuzuri ho-unan dreizhe ho-unan, hag ouz en em gompari ganthe ho-unan, e tiskouezont n’ho deuz ket a skiant. (13) Mes evidomp-ni, n’en em c’hlorifiomp ket en tu-all d’ar pez a zo dleet ; mes hervez ar muzul euz al loden roet deomp gant Doue, evit erruout beteg enoc’h. (14) Rag n’en em astennomp ket pelloc’h eged n’eo dleet, evel pa na vemp ket erruet beteg enoc’h, pa’z eo gwir ez omp arruet gant Aviel ar C’hrist. (15) Ni n’en em c’hlorifiomp ket en tu-all d’ar pez a zo dleet, da lavaret eo, en labouriou ar re-all ; mes an esperans hon euz penaos, pa vezo cresket ho feiz-c’houi, ez aimp kalz pelloc’h, el loden a zo bet merket deomp ; (16) evit prezeg an Aviel er broiou a zo en tu-all d’hoc’h hini ; hep en em chlorifia euz ar pez a zo bet great dija en loden ar re all. (17) Koulskoude an hini a deu d’en em c’hlorifia, ra zeuio d’en em c’hlorifia en Aotrou. (18) Rag n’e ket an hini en em recommand he-unan a vez kavet mad, mes an hini a vez recommandet gant Doue.
LIJET gant Doue ma supportfec’h eun neubeud va follentez ! mes ive, me ho ped, supportit ac’hanoun. (2) Rag me a zo jalous ac’hanoc’h gant eur jalouzi a Zoue, rag hoc’h unanet em euz gant eur Pried hep-ken evit ho prezanti evel eur verc’hez dinam d’ar C’hrist. (3) Mes aoun em euz, ne c’hoarvezfe ganeoc’h evel gant Eva a oe tromplet dre finessa ar serpant, na deufe ho sperejou d’en em gorrompi en eur dilezel ar simplicite a zo er C’hrist. (4) Rag, mar teufe unan-benag da brezeg deoc’h eur C’hrist dishenvel ouz an hini hon euz-ni prezeget, pe eur Spered all dishenvel ouz an hini hoc’h euz recevet, pe eun aviel dishenvel ouz an hini hoc’h euz digemeret, c’houi hen supportfe hep stourm. (5) Mes me a istim n’ed oun bet, var boent e-bed, disterroc’h eged ar re vrassa euz an ebestel. (6) Mar d’oun zo-ken, evit ar pez a zell al langach, evel eun den izel, n’ed oun ket evit ar pez a zell an anaoudegez ; mes en em roet hon euz da anaoud en ho touez e pep doare hag e pep tra. (7) Daoust ha me em befe great eur pec’hed oc’h en em izellaad va-unan, evit ma vijec’h huelleet, o tond da annons deoc’h evit netra Aviel Doue ? (8) Lakeat em euz var an noaz an Ilizou all, o kemer diganthe peadra d’en em antreteni, evit ho servicha, ha pa’z oun bet en em gavet ezomec en ho touez, n’ed oun en em lakeat da veac’h var den ; (9) rag ar breudeur deuet euz a Vacedonia ho deuz pourveet d’am ezomou. Hag e pep tra ez oun bet en em viret, hag en em viroud a rin c’hoas da lakaad beac’h varnoc’h. (10) Kemer a ran da dest gwirionez ar C’hrist, a zo enoun, den na viro ouzin ar veuleudi-man e broiou an Akaia. (11) Abalamour da betra ? abalamour n’ho karan ket ? Doue her goar. (12) Mes ober a ran kement-se, (hag hen ober a rin c’hoas), evit lemmel pep digarez digant ar re a glask digareziou, evit ma vezint kavet henvel ouzimp en traou euz a bere e tennont gloar. (13) Rag ar seurt tud-ze a zo fals-ebestel, labourerien tromplus dic’hizet en ebestel ar C’hrist. (14) Ha kement-se n’eo ket souezus, rag Satan he-unan a zeu d’en em dic’hiza en eun eal a sclerijen. (15) N’eo ket eta souezus mar deu he vinistred d’en em dic’hiza ive en servicherien ar justis ; mes fin ar re-man a vezo henvel ouz ho oberou.
(16) Hen lavaret a ran c’hoas : Diwallit na zeuio den d’am c’hemeret evel eun den foll ; pe, da vihana, supportit ac’hanoun evel eun den foll, evit ma c’hellin ive en em c’hlorifia eun neubeudic. (17) Ar pez a lavaran er fizians-se gant pehini en em c’hlorifian, n’hen lavaran ket hervez an Aotrou, mes evel dre follentez. (18) Pa’z eo gwir ez euz kalz hag a denn gloar hervez ar c’hig, me ive a denno gloar evelthe. (19) Rag c’houi, o veza ma’z oc’h fur hoc’h-unan, ec’h andurit hep poan ar re foll. (20) Rag mar deu unan-benag d’ho mestronia, mar deu unan-benag d’ho tevori, mar deu unan-benag da gregi enoc’h, d’en em zevel, d’ho skei var ho pizach, ec’h andurit kement-se holl. (21) Mêz em euz ouz hen lavaret, bet omp sempl ; koulskoude, (breman e komzan evel eun den foll), kement tra a hell unan all credoud ober, me a gred ive hen ober. (22) Hag int a zo Hebreed ? me a zo ive. Hag int a zo Israelited ? me a zo ive. Hag int a zo lignez Abraham ? me a zo ive. (23) Hag int a zo ministred ar C’hrist ? (evel eun den foll e komzan), me a zo muioc’h c’hoas egethe ; muioc’h dre al labouriou, kalz muioc’h dre ar gouliou, muioc’h dre ar prizoniou ; alies en danjer ar maro ; (24) digant ar Judevien em euz bet beteg pemp gwech daou-ugent taol scourjez nemed unan ; (25) teir gwech ez oun bet skoet gant bizier ; eur vech ez oun bet meinet ; teir gwech ez oun bet kollet var vor ; tremenet em euz eun nozvez hag eun devez er mor doun ; (26) alies en hent ; en danjer var ar steriou braz, en danjer a-berz al laeron, en danjer e-touez tud va bro, en danjer e-touez ar Jentiled, en danjer er c’heariou, en danjer en dezertchou, en danjer var ar mor, en danjer e-touez ar fals-breudeur ; (27) er poaniou, el labouriou, er beilladennou alies, en naoun, er sec’hed, alies er iuniou, er ienien hag en noazder. (28) Ha bemdez, hep komz euz an traou all, ez oun gwasket gant ar zourciou euz an holl Ilizou. (29) Piou hen deuz poan, hep m’em euz-me ive poan ? Piou a zo scandalizet, hep ma teuan da zevi gant kement se ? (30) Mar d’eo red en em c’hlorifia, me en em c’hlorifio euz va infirmiteou. (31) Doue pehini a zo Tad hon Aotrou Jesus-Christ, ha pehini a zo benniget da viken, a oar na lavaran ket a c’hevier. (32) Er gear a Zamas, ar gouarner evit ar roue Aretas hen doa lakeat diwall kear an Damasiaded gant soudarded, evit gallout cregi enoun ; (33) mes dre eur prenest e oenn diskennet, en eur baner, a-hed ar voger, hag e tec’hiz euz tre he zaouarn.
DRA-ZUR na zere ket ouzin en em veuli, rag dond a rafen da gomz euz a vizionou hag a revelationou a-berz an Aotrou. (2) Anaoud a ran eun den er C’hrist, pehini a zo bet, breman ez euz tremen pevarzec vloaz, savet beteg an trede env ; (pe e oe gant he gorf, na ouzon ket ; pe e oe heb he gorf, na ouzon ket ; Doue her goar). (3) Hag ec’h ouzon penaos, an den-ze (pe e oe gant he gorf, pe heb he gorf, na ouzon ket ; Doue her goar), (4) a oe savet beteg ar barados ; hag e klevaz eno komzou dudius, ha na hell ket an den ho lavaret. (5) Gallout a ran en em c’hlorifia divarben an den-ze ; mes ne fell ket d’in en em c’hlorifia ac’hanoun va-unan, nemed euz va infirmiteou. (6) Ma karfen en em c’hlorifia, ne vefen ket foll, rag ne lavarfen nemed ar wirionez ; mes en em virout a ran a gement-se, gant aoun na zeufe den d’am istim en tu-all d’ar pez a vel enoun, pe d’ar pez a glev ganen. (7) Ha gant aoun ne deujen d’en em zevel re huel, abalamour d’am revelationou kaer meurbed, ez euz bet lakeat d’in em c’hig eur broud, eun eal euz a Satan, da ober mêz d’in, evit harz ac’hanoun d’en em huellaad. (8) Teir gwech em euz pedet an Aotrou d’hen pellaad diouzin, (9) mes an Aotrou hen deuz lavaret d’in : Va gras a zo awalc’h evidoud ; rag va galloud en em ziskouez er zempladurez. En em c’hlorifia a rin eta kentoc’h euz va infirmiteou, evit ma teuio galloud ar C’hrist da choum enoun. (10) Evit se eo en em blijan em infirmiteou, en dismegansou, en ezomou, er persecutionou, en enkreziou abalamour d’ar C’hrist ; rag pa vezan dinerz, neuze eo e vezan krenv.
(11) Foll oun bet oc’h en em vanti ; c’houi eo hoc’h euz va lakeat d’hen ober, rag c’houi eo a dlie beza lavaret vad divar va fen, rag n’oun ket bet disterroc’h en netra eged ar re vrassa euz an ebestel, petra-benag n’ed oun netra. (12) Ar preuvennou euz va abostolach ho deuz lugernet en ho touez dre eur batianted parfet, dre vurzudou, oberou souezus ha miraclou. (13) Rag e pe tra ez hoc’h-hu bet izelloc’h eged an Ilizou all, nemed abalamour n’em euz ket bec’hiet ac’hanoc’h ? Pardonit d’in an tor em euz bet. (14) Setu me prest, evit an derved gwech da vond adare d’ho kavoud ; ha na veot ket bec’hiet ganen, rag c’houi hoc’h-unan eo a glaskan, ha nann ho madou ; rag n’e ket ar vugale a dle dastum evit ho zadou, mes an tadou evit ar vugale. (15) Hag evidoun-me a zo contant braz da zispign, hag en em dispign a rin c’hoas va-unan evit hoc’h eneou ; ha pa vez red d’in seul-vui ma karan ac’hanoc’h, beza karet seul-vui neubeutoc’h ganeoc’h. (16) Mad ! eme c’houi. N’am euz ket bec’hiet ac’hanoc’h, mes o veza eun den troidellec, em euz ho kemeret dre finessa. (17) Mes ha tennet em euz-me eur profit-benag ouzoc’h dre unan-benag euz ar re em euz kasset beteg enoc’h ? (18) Choazet em euz Titus da vond etrezeg enoc’h, hag em euz kasset unan euz ar breudeur assambles ganthan. Daoust ha Titus hen deuz tennet eur profit-benag ouzoc’h ? Ha n’hon euz-ni ket kerzet er memeus spered, dre ar memeus roudou ?
(19) Ha sonjal a rit-hu e fell deomp adare en em justifia ? E prezans Doue er C’hrist eo e komzomp ; ha kement-se holl, va breudeur muia-karet, evit hoc’h edification. (20) Rag aoun em euz, pa erruin, n’ho kavfen ket evel ma fell d’in, ha na vefen ket kavet ganeoc’h evel ma fell deoc’h, ha na c’hoarvezfe disputou, jalouziou, kasoniou, dissentionou, droug-prezegerez, gwall-deodadou, santimanchou a ourgouil, ha trubuil ; (21) ha na ven humiliet gant va Doue, pa zeuin adare d’ho kavoud, ha na rankfen gwela var meur a hini hag ho doa pec’het a-ziagent, ha n’int ket distroet euz al louzdoni, euz al libertinach hag euz al lubricite ho deuz great.
ETU aman an derved gwech ma’z an d’ho kavout. Var ger daou pe dri dest e vezo reglet pep tra. (2) Hel lavaret em euz dija, hag hel lavaret a ran choas, evit an eil gwech, evel pa vijen prezant ganeoc’h, petra-benag ma’z oun breman pell diouzoc’h, d’ar re ho deuz pec’het a-ziaraog, koulz ha d’ar re all eo e scrivan kement-man, mar teuan adare, na espernin hini anezhe, (3) pa’z eo gwir e klaskit eur breuven ema ar C’hrist o komz dreizoun-me, hen pehini n’eo ket sempl en ho kenver, mes a zo galloudus enoc’h. (4) Rag petra-benag ma’z eo bet crucifiet er zempladurez, koulskoude, ema beo dre c’halloud Doue ; ha ni a zo sempl ive assambles ganthan, mes beva a raimp ganthan, dre c’halloud Doue en ho touez. (5) Sellit enoc’h hoc’h-unan, da velet ha c’houi a zo er feiz ; en em eprouvit hoc’h-unan ; ha na anavezit-hu ket hoc’h-unan penaos ema Jesus-Christ enoc’h ? nemed reprouvet e vec’h marteze. (6) Mes esper em euz ec’h anavezot penaos evidomp-ni, n’omp ket reprouvet. (7) Hag e pedan Doue na reot droug e-bed ; nann evit ma seblantfemp beza approuvet, mes evit ma reot ar pez a zo mad, ha pa dlefemp-ni beza evel reprouvet hon-unan. (8) Rag n’hon euz galloud e-bed a-enep ar wirionez, mes evit ar wirionez. (9) Hag hon euz joa o veza sempl, gant ma viot krenv ; hag ar pez a c’houlennomp digant Doue eo ma teufot da veza parfet. (10) Abalamour da ze e scrivan an traou-man pell diouzoc’h, evit ne rankin ket beza garo, pa vezin tost deoc’h, hervez ar galloud hen deuz roet an Aotrou d’in evit edifia, ha nann evit distruja.
(11) A-hend-all breudeur, bezit leun a joa ; klaskit beza parfet ; en em gonsolit an eil egile ; bezit euz ar memeus santimant ; bevit en peoc’h ; ha Doue ar peoc’h hag ar garantez a vezo ganeoc’h. (12) En em zaludit an eil egile gant eur pok santel. An holl Zent a zalud ac’hanoc’h. (13) Gras hon Aotrou Jesus-Christ, karantez Doue, ha communion ar Spered-Santel ra vezo ganeoc’h holl ! Amen !
AOL, abostol, n’e ket aberz an dud, na dre eun den-benag mes dre Jesus-Christ, ha Doue an Tad, pehini hen deuz resussitet anezhan a-douez ar re varo ; (2) hag an holl breudeur a zo assambles ganen, d’an Ilizou euz ar Galatia. (3) Gras deoc’h ha peoc’h digant Doue an Tad, ha digant hon Aotrou Jesus-Christ, (4) pehini a zo en em roet he-unan evit hor pec’hejou, evit gallout hon tenna euz ar bed fall-man, hervez bolontez Doue hon Tad, (5) da behini ar gloar en holl amzeriou ! Amen.
(6) Souezet oun o velet ac’hanoc’h, goude beza dilezet an hini hen doa ho kalvet d’ar c’hras a Jesus-Christ, o vond ker buhan da eun aviel all ; (7) n’eo ket ma’z euz eun aviel all, mes beza ez euz tud hag a laka ac’hanoc’h e nec’hamant, hag a fell dezhe distrei var an tu-gin Aviel ar C’hrist. (8) Mes ha pa deufemp ni hon-unan, pe eun eal euz an env, da brezeg deoc’h eun aviel dishenvel diouz an hini hon euz prezeget deoc’h, ra vezo milliget ! (9) Evel ma hon euz lavaret c’hoas, evel-se e lavaran adare breman : Mar deu unan-benag da brezeg deoc’h eun aviel dishenvel diouz an hini hoc’h euz recevet, ra vezo milliget ! (10) Rag, pe Doue, pe an dud eo a brezegan-me ? pe daoust ha me a glask plijoud d’an dud ? Mar teufen da blijoud d’an dud, ne vefen ket servicher d’ar C’hrist.
(11) Hen discleria a ran deoc’h eta, breudeur : an Aviel em euz prezeget n’e ket a-berz an den ; (12) rag n’em euz ket he recevet nag he disket digant eun den, mes dre eur revelation a-berz Jesus-Christ. (13) Rag klevet hoc’h euz divarben va c’homportamant gwech-all er relijion judeo ; gant pegement a arrach e persecuten Iliz Doue, hag he distrugen ; (14) ha penaos ez een pelloc’h er relijion ar Judevien eged kalz euz ar memeus oad ganen e-touez va nation, o veza douget dreist an holl evit gizou va zud koz. (15) Mes pa eo bet plijet gant Doue, pehini hen doa va choazet adaleg kov va mam, hag hen deuz va galvet dre he c’hras, (16) diskouez he Vab enoun, evit ma prezegjen anezhan e-touez ar Jentiled ; kerkent em euz hen great, heb selaou nag ar c’hig nag ar goad, (17) ha na zaviz ket da Jerusalem da gavoud ar re a oa ebestel araog d’in ; mes mond a riz en Arabi, hag e tistroiz c’hoas da Zamas.
(18) Neuze, a-ben tri bloaz, e saviz da Jerusalem, da velet Per ; hag e choumiz ganthan pemzec dervez ; (19) mes na veliz hini euz an ebestel all, nemed Jakes, breur an Aotrou. (20) (Hogen, setu aman, er pez a scrivan deoc’h, dirag Doue, na lavaran ket a c’hevier.) (21) Goude-ze ez iz en broiou ar Syri hag ar Cilici ; (22) mes na oann ket anavezet euz va bisach gant Ilizou ar Jude pere a zo er C’hrist. (23) An dra-man hep-ken ho doa klevet : An hini hor persecute gwech-all, a brezeg breman ar feiz, a zistruje diagent ; (24) hag e c’hlorifient Doue abalamour d’in.
EVARZEC vloaz goude, e saviz adare da Jerusalem gant Barnabas, hag e kemeriz ive Titus ganen. (2) Hogen, dre eur revelation eo e saviz di, hag e roiz da anaoud, dreist holl d’ar re a zo ar muia istimet, an Aviel a brezegan etouez ar Jentiled ; gant aoun da redec pe da veza redet en vên. (3) Ha Titus he-unan pehini a oa ganen, ne rankaz ket lakaad he circoncisa, petra-benag ma oa Grek. (4) Ha kement-se a c’hoarvezaz abalamour d’ar fals breudeur a oa antreet en kuz en hon touez, evit gedal al liberte hon euz en Jesus-Christ, ha gallout hon renta en esclavach ; (5) ne fellaz ket deomp, eur momant hep-ken, plega dezhe, evit ma kendalchje ar wirionez euz an Aviel en ho touez. (6) Evit ar pez a zell ar re a zo countet evit beza eun dra-benag, (n’euz fors d’in petra int bet gwech-all, rag Doue ne ra ket a zifferans e-touez an dud), ar re a zo ar muia istimet n’ho deuz lavaret netra d’in. (7) Er c’hontrol, pa veljont e oa bet fiziet enoun an Aviel evit ar re dicirconcis, evel ma oa bet da Ber, evit ar re circonciset, (8) (rag an hini hen deuz labouret da vad en Per, evit hen lakaad da abostol ar Judevien, hen deuz ive labouret da vad enoun-me, evit ar Jentiled), (9) pa anavezaz Jakes, Cephas ha Ian, pere a zo kemeret evel pilierou, ar c’hras a oa bet roet d’in, e rojont d’in ha da Varnabas an dorn a gompagnunez evit m’az ajemp, ni etrezeg ar Jentiled, hag int etrezeg ar re circonciset. (10) Dleoud a remp hep-ken kaout sonj euz ar beorien ; hag ez oun bet aketus d’hen ober.
(11) Hogen, pa zeuaz Per da Antiokia, me a stourmaz outhan en he faç, rag meritoud a rea beza reprenet. (12) Rag dibri a rea assambles gant ar Jentiled, araog ma oe arruet hinienou hag a oa bet kasset gant Jakes ; mes kerkent ha ma oe en em gavet ar re-man, hen en em dennaz hag en em dispartiaz ouz ar Jentiled, gant aoun rag ar re circonciset. (13) Hag ar Judevien all a zissimulaz assambles ganthan, en hevelep doare ma oe Barnabas he-unan gounezet ganthe da heuil ho hipocrizi. (14) Mes, pa veliz penaos ne valeent ket eün hervez gwirionez an Aviel, e liviriz da Ber, dirag an holl : Mar teuez, ha te Judeo, da veva e giz ar Jentiled, ha nann e giz ar Judevien, perag e rez-te d’ar Jentiled ober evel ma ra ar Judevien ? Evidomp-ni, pere a zo ganet Judevien, ha pere n’omp ket pec’herien a-douez ar Jentiled, (16) o c’houzout penaos an den n’eo ket justifiet dre oberou al lezen, mes dre ar feiz en Jesus-Christ, hon euz hon-unan credet en Jesus-Christ, evit gallout beza justifiet dre ar feiz er C’hrist, ha nann dre oberou al lezen, rag den e-bed na vezo justifiet dre oberou al lezen. (17) Mes, ha pa zigouezfe deomp, e-pad m’az omp o klask beza justifiet dre ar C’hrist, beza kavet pec’herien, daoust hag ar C’hrist a vefe eur ministr a bec’hed ? En nep feçon ! (18) Rag, mar savan a-nevez an traou em euz distrujet, e tisclerian ez oun va-unan transgressour ; (19) rag dre al lezen eo ez oun deuet da vervel d’al lezen, evit beva da Zoue. (20) Crucifiet oun bet assambles gant ar C’hrist, ha mar bevan, n’e ket me eo a vev, mes ar C’hrist eo a vev enoun ; ha mar bevan c’hoas er c’hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue, pehini hen deuz va c’haret, hag a zo en em roet he-unan evidoun. (21) Ne lakan ket gras Doue da veza didalvoudus ; rag mar deu ar justis euz al lezen, neuze maro ar C’hrist n’eo servichet da vad ebed.
GALATED diskiant ! piou hen deuz ho touellet evit na zentfac’h ken ouz ar wirionez ? c’houi, dirag daoulagad pere eo bet diskouezet Jesus-Christ ken sclear, hag evel crucifiet enoc’h ? (2) An dra-man hep-ken a fell d’in da glevet diganeoc’h : Ha dre oberou al lezen eo hoc’h euz recevet ar Spered, pa dre bredication ar feiz ? (3) Ha diskiant a-walch oc’h-hu, evit peur-achui breman dre ar c’hig, goude beza commanset dre ar Spered ? (4) Ha gouzanvet hoc’h euz kemend-all, evit koll ho poan ? ha c’hoas ma na refec’h nemed koll ho poan ! (5) An hini eta pehini a ro deoc’h ar Spered, hag a ra burzudou en ho touez, daoust hag hen her gra dre oberou al lezen, pe kentoc’h dre bredication ar feiz ? (6) Evel m’az eo lavaret divarben Abraham : Credi a reaz en Doue, hag e oe countet kement-se dezhan evit justis ; (7) gouezit eta, penaos ar re ho deuz ar feiz, a zo bugale da Abraham. (8) Rag-se ar Scritur, o santoud araog e teuje Doue da justifia ar Jentiled dre ar feiz, he deuz prezeget an Aviel dre avans da Abraham, en eur lavaret dezhan : An holl nationou a vezo benniget enoud. (9) Evel-se ’ta ar re a gred, a zo benniget assambles gant Abraham pehini hen deuz credet. (10) Mes kement hini hag en em ro d’an oberou euz al lezen, a zo dindan ar valloz, rag scrivet eo : Milliget eo kement den ha na gendalc’h ket da ober an holl draou a zo scrivet e levr al lezen ? (11) N’euz den justifiet dirag Doue dre al lezen, kement-se a zo sclear ; rag : An den just a vevo dre ar feiz. (12) Hogen al lezen na justifi ket dre ar feiz ; mes lavaret a ra : An den hen devezo great an traou-man, a vevo dreizhe. (13) Ar C’hrist hen deuz hor prenet euz a valloz al lezen, o veza bet great malloz evidomp ; (rag scrivet eo : Milliget eo kement hini a zo staget ouz ar c’hoat) ; (14) evit ma teuje ar venediction prometet da Abraham da veza skulliet var ar Jentiled dre Jesus-Christ, ha ma recevjemp, dre ar feiz, ar Spered a oa bet prometet.
(15) Breudeur, komz a ran hervez giz an dud : Pa vez great ha sinet eur chontrat gant eun den, na zeu den d’hen terri, ha na vez lakeat netra ouz-pen varnezhan. (16) Hogen, ar promessaou a zo bet roet da Abraham ha d’he lignez. N’eo ket bet lavaret : D’he ligneou, evel pa vije bet meur a hini ; mes evel pa vije unan hep-ken : Ha d’az lignez, pehini eo ar C’hrist. (17) Setu aman eta ar pez a lavaran : Evit ar pez a zell an allians a oa bet a-ziaraog confirmet gant Doue er C’hrist, al lezen, roet pevar c’hant ha tregont vloaz goudeze, n’he deuz ket gallet he zerri, evit diskar ar bromessa. (18) Rag, mar d’eo euz al lezen eo e teu an heritach, n’eo mui dre ar bromessa. Hogen, Doue hen deuz roet anezhan en gratis da Abraham dre ar bromessa.
(19) Da betra eta ez eo mad al lezen ? Lakeat eo bet assambles gant ar bromessa abalamour d’ar pec’hejou, ken a deuje al lignez da behini e oa bet great ar bromessa ; hag e oe roet dre zorn an elez, ha dre zicour eur mediator. (20) Hogen, eur mediator na zervich ket da unan hep-ken, mes Doue a zo unan hep-ken. (21) Daoust hag al lezen eta a zo a-enep promessaou Doue ? E nep doare ; rag ma vije bet roet eul lezen hag a hellje rei ar vuez, a-dra zur ar justis a deuje euz al lezen. (22) Mes ar Scritur he deuz lakeat pep tra dindan ar pec’hed, evit ma vije roet ar bromessa, dre ar feiz en Jesus-Christ, d’ar re a gred.
(23) Hogen, araog ma oe deuet ar feiz, e oamp dalc’het da ziwall dindan al lezen, evit ar feiz pehini a dlie beza dizoloet. (24) Evel-se al lezen a zo bet hon rener evit hor c’has beteg ar C’hrist, evit ma vijemp justifiet dre ar feiz. (25) Hogen, ar feiz o veza deuet, n’emomp mui dindan ar rener-ze. (26) Rag c’houi holl a zo bugale da Zoue dre ar feiz en Jesus-Christ. (27) Rag kement hini ac’hanoc’h a zo bet badezet er C’hrist, hen deuz gwisket ar C’hrist. (28) N’euz mui na Judeo na Grek ; n’euz nag esclav na den libr ; n’euz na goaz na maouez ; rag c’houi holl a zo unan en Jesus-Christ. (29) Ha mar d’oc’h d’ar C’hrist, neuze ez oc’h lignez Abraham, hag an h heritourien hervez ar bromessa.
OGEN, me a lavar penaos, keit ha ma’z eo an heritour eur bugel, ez eo henvel en pep tra ouz eun esclav, petra-benag ma’z eo mestr var pep tra ; (2) mes choum a ra dindan renerien ha culatored, beteg an amzer merket gant an tad. (3) Evel-se ive ni, pa oamp bugale, e oamp en esclavach dindan kenta genteliou ar bed. (4) Mes, pa’z eo deuet an amzer merket, Doue hen deuz digasset he Vab, ganet euz a eur vreg, ganet dindan al lezen, (5) evit prena ar re a oa dindan al lezen, evit ma teujemp da veza bugale a adoption. (6) Hag, abalamour ma’z oc’h bugale, Doue hen deuz digasset Spered he Vab en ho calonou, hag ar Spered-ze a gri : Abba, O Tad ! (7) Dre-ze n’oud ken eun esclav, mes eur mab, ha mar d’oud eur mab, ez oud ive heritour da Zoue dre ar C’hrist.
(8) Mes en amzer-ze, evit-gwir, dre ne anavezec’h ket Doue, e servichec’h doueou ha n’int ket doueou dre ho natur. (9) Ha breman pa hoc’h euz anavezet Doue, pe kentoc’h pa’z oc’h bet anavezet gant Doue, penaos e tistroit-hu c’hoas d’ar c’henta genteliou dister ha paour-ze, da bere e fell deoc’h plega a-nevez ? (10) Miret a rit gant aked an deiziou, ar miziou, an amzeriou hag ar bloaveziou. (11) Aoun em euz evidoc’h, n’em befe labouret en hoc’h andred, ha kollet va foan.
(12) Breudeur, me ho ped, bezit evel-d’oun, rag me ive a zo eveldoc’h. N’hoc’h euz great gaou e-bed ouzin ; (13) hag anaoud a rit penaos em euz prezeget deoc’h an Aviel araog breman er zempladurez euz ar c’hig ; (14) ha n’hoch euz ket va disprizet, na va zaolet diouzoc’h, abalamour ma’z oun amprouvet evel-se em c’hig ; mes digemeret oc’h euz ac’hanoun evel eun eal a-berz Doue, evel Jesus-Christ he-unan. (15) Petra eta a rea neuze hoc’h eürusted ? Rag me a ro testeni deoc’h penaos ma vije bet possubl deoc’h, ho pije tennet euz ho pen ho taou-lagad hoc’h-unan, ha roet anezhe d’in-me. (16) Ha deuet oun-me eta da veza enebour deoc’h, en eur lavaret deoc’h ar wirionez ? (17) Sourci ho deuz evidoc’h ; mes n’eo ket gant lealded : er c’hontrol, c’hoant ho deuz d’ho tistaga diouzimp, evit ma vezoc’h leun a c’hoantegez-vad evithe. (18) Hogen, mad eo beza leun a volontez-vad evit ar pez a zo mad, e peb amzer, ha nann hep-ken pa vezan prezant en ho touez. (19) Va bugaligou, evit pere e santan c’hoas ar poaniou a vez o c’henel bugale, ken a vezo formet ar C’hrist enoc’h ; (20) karoud a rajen beza breman assambles ganeoc’h, ha chanch va langach ; rag eur gwall zourci em euz divar ho pen.
(21) Livirit d’in, c’houi pere a fell deoc’h beza dindan al lezen, ha na gomprenit-hu ket al lezen ? (22) Rag scrivet eo, penaos Abraham hen deuz bet daou vab ; unan euz ar plac’h-esclav, hag egile euz ar vreg-libr. (23) Mes an hini a oa euz ar plac’h-esclav a oe ganet hervez ar c’hig ; hag hini ar vreg-libr a oe ganet dre vertuz ar bromessa. (24) An traou-ze a zo eun imach ; rag an diou vaouez-ze a zo diou allians, unan euz a venez Sina, hag a c’han esclaved, hag honnes eo Agar. (25) Rag an Agar-ze eo menez Sina, en Arabi, ha represanti a ra ar Jerusalem a-vreman, pehini, evel ma velomp, a zo en esclavach gant he bugale ; (26) mes ar Jerusalem, a zo euz an env, a zo libr, hag honnes eo hor mam-ni holl. (27) Rag scrivet eo : Kemer levenez, maouez difrouez, te pehini n’az poa ket a vugale, sav da vouez, ha cri a bouez-pen, te pehini n’oud ket bet en poan a vugale ; rag an hini a oa dilezet, he devezo muioc’h a vugale, eged an hini he doa ar pried. (28) Hogen ni, breudeur, evel Isaac, a zo bugale ar bromessa. (29) Mes evel ma c’hoarvezaz neuze, ma teuaz an hini a oa ganet hervez ar c’hig da bersecuti an hini a oa ganet hervez ar Spered, evel-se e c’hoarvez breman. (30) Mes petra a lavar ar Scritur ? Kas kuit ar plac’h esclav hag he mab ; rag mab ar plac’h esclav na herito ket assambles gant mab ar vreg-libr. (31) Hogen, breudeur, n’omp ket bugale ar plac’h esclav, mes bugale ar vreg-libr.
AG-SE choumit stard el liberte gant pehini hen deuz ar C’hrist rentet ac’hanoc’h libr, ha n’en em likit ket a-nevez dindan yeo an esclavach.
(2) Me, Paol, a lavar deoc’h, penaos mar lakit circoncisa ac’hanoc’h, ar C’hrist na dalvezo deoc’h da netra. (l3) Ha testenia a ran ouz-pen da gement den a laka circoncisa anezhan, e rank derc’hel al lezen pen-da-ben. (4) Dispartiet oc’h ouz ar C’hrist, c’houi holl pere a glask en em justifia dre al lezen, kwezet oc’h e-meaz euz ar c’hras. (5) Rag, evidomp-ni a zo, dre ar Spered, en gortoz euz an esperans da veza justifiet dre ar feiz. (6) Rag er C’hrist Jesus ar circoncision na dal netra nag an dicirconcision ken neubeud, mes ar feiz hag a labour dre ar garantez. (7) Redec a reac’h ervad, piou hen deuz harzet ac’hanoc’h, ma na zentit mui ouz ar wirionez ? (8) An ali-ze na zeu ket euz an Hini hen deuz ho kalvet. (9) Eun tammic goell a laka an toaz holl da c’hoi. (10) Fizians em euz divar ho pen, dre an Aotrou, ne zonjfet ket otramant ; mes an hini a droubl ac’hanoc’h, piou-benag eo, a ranko dougen ar beac’h euz a gement-se. (11) Evidoun-me, breudeur, mar prezegan c’hoas ar circoncision, perag e persecuter c’hoas ac’hanoun ? Distrujet eo ar scandal euz ar groaz ! (12) Plijet gant Doue ma vije lammet kuit ar re a deu d’ho troubli !
(13) Breudeur, galvet oc’h bet d’al liberte ; mes diwallit, var digarez al liberte-ze, da veva hervez ar c’hig ; mes deuit da blega an eil d’egile dre garantez. (14) Rag al lezen holl a zo en eur gomz hep-ken, houman : Karoud a ri da nessa evel-d’oud da-unan. (15) Mes mar deuit da gregi gant ho tent, ha d’en em zevori an eil egile, diwallit ne deufec’h da veza distrujet an eil gant egile. (16) Me a lavar eta : Baleit hervez ar Spered, ha na gontantit ket c’hoantegeziou ar c’hig. (17) Rag ar c’hig hen deuz c’hoantaennou control d’ar Spered, hag ar Spered, hen deuz ive control d’ar c’hig, hag an eil a stourm euz egile ; en hevelep doare na rit ket an traou a fellfe deoc’h da ober. (18) Mar d’och renet gant ar Spered, n’emoc’h ket dindan al lezen. (19) Hogen, oberou ar c’hig a zo anat, hag an oberou-ze a zo : an avoultriach, al libertinach, al louzdoni, (20) al lubricite, an idolatriach, ar sorcelach, ar gassoni, an disput, ar jalouzi, ar goler, an emgannou, an divisionou, (21) an hereziou, an anviou, al lazerezou, ar vezventiou, an dirollou, hag an traou all euz ar seurt-se. Lavaret a ran deoc’h en avans, evel ma em euz ive lavaret dija, penaos ar re a ra ar seurt traou-se, na heritint ket rouantelez Doue. (22) Mes frouez ar Spered eo, ar garantez, ar joa, ar peoc’h, ar batianted, ar vadelez, ar garantez evit ar mad, ar fidelite, an dousder, an demperans ; (23) al lezen n’ema ket a-enep an traou-ze. (24) Hogen, ar re a zo d’ar C’hrist ho deuz crucifiet ar c’hig gant he wall-viçou hag he wall-ioulou.
(25) Mar bevomp dre ar Spered, baleomp ive dre ar Spered. (26) Diwallomp da glask ar gloar vên, an eil o klask beza treac’h var egile, hag o veza leun a anvi an eil e-kenver egile.
REUDEUR, mar tigouez da eun den beza kavet en eur faot-benag, c’houi pere a zo spirituel, divankit anezhan gant eur spered a zousder. Diwall ouzid da-unan, gant aoun na vez ive tentet. (2) Dougit an eil beac’hiou egile, hag evel-se likit en pratic lezen ar C’hrist. (3) Rag, mar d’euz unan-benag hag a zonj dezhan ez eo eun dra-benag, pa n’ed eo netra, en em drompla a ra he-unan. (4) Mes ra zeui pep hini da amprouv he oberou he-unan, ha neuze hen devezo leac’h d’en em veuli enhan he-unan, ha nann ouz en em gompari gant ar re all ; (5) rag pep hini a zougo he veac’h he-unan.
(6) Ra zeui an hini a vez kelennet er Ger, da rei lod euz he holl vadou d’an hini a gelen anezhan. (7) Diwallit d’en em drompla ; ne vez ket great goab ouz Doue ; rag an den a zastumo ar pez hen devezo hadet. (8) An hini a had evit he gig he-unan, a vedo euz ar c’hig ar vreinadurez ; mes an hini a had evit ar Spered, a vedo euz ar Spered ar vuez eternel. (9) Na skuizomp ket eta oc’h ober ar mad, rag en amzer ma’z eo dleet, e kavimp da vedi, mar ne deuomp ket da skuiza. (10) Rag-se, e-keit ha ma hon euz an occasion, greomp vad d’an holl, mes dreist-holl d’ar re a zo euz a famill ar feiz.
(11) Gwelet a rit pebez lizer braz em euz scrivet deoc’h gant va dorn va-unan.
(12) Kement holl hag a fell dezhe plijoud deoc’h, hervez ar c’hig, a laka ac’hanoc’h d’en em circoncisa, mes ne reont kement-se, nemed evit gallout tec’hel ouz ar bersecution, abalamour da groaz ar C’hrist. (13) Rag ar re circonciset ho-unan na viront ket al lezen ; mes c’hoant ho deuz e vec’h circonciset, evit galloud en em c’hlorifia ho-unan en ho kig. (14) Evidoun-me, gras ma na c’hoarvezo biken ganen d’en em c’hlorifia, nemed e croaz hon Aotrou Jesus-Ohrist, dre behini ez eo crucifiet ar bed evidoun, ha me ive d’ar bed. (15) Rag en Jesus-Christ ar circoncision na dalv netra, nag an dicirconcision ken-neubeud, mes red eo genel a-nevez. (16) Ha kement hini hag a vale hervez ar reglen-man, ra vezo ar peoc’h hag an drugarez varnezhe, ha var an Israel a Zoue ! (17) Diwallo den da ober poan d’in divar vreman, rag dougen a ran em c’horf merkou an Aotrou Jesus. (18) Breudeur, ra vezo gras hon Aotrou Jesus-Christ gant ho spered ! Amen.
AOL, abostol Jesus-Christ dre volontez Doue, d’ar zent ha d’an dud fidel er C’hrist Jesus, pere a zo en Ephesus. (2) Gras deoc’h ha peoc’h digant Doue hon Tad, ha digant hon Aotrou Jesus-Christ !
(3) Benniget ra vezo Doue, Tad hon Aotrou Jesus-Christ, pehini hen deuz hor benniget gant peb bennoz spirituel el leac’hiou celestiel, dre ar C’hrist ; (4) hervez ma hen deuz hor choazet enhan, araog fondation ar bed, evit ma vezimp santel ha divlam dirazhan dre ar garantez ; (5) o veza hor choazet a-ziagent da veza he vugale a adoption dre Jesus-Christ, dre ma’z eo bet plijet kement-se d’he volontez ; (6) da veuleudi ar gloar euz he c’hras, hen deuz roet deomp en gratis en he Vuia-karet. (7) En pehini hon euz ar redemption dre he oad, ar pardon euz ar pec’hejou, hervez ar pinvidigezou euz he c’hras, (8) hen deuz skulliet varnomp dre bep seurt furnez ha skiant-vad ; (9) o veza m’hen deuz roet deomp da anaoud ar myster euz he volontez, hervez an dessein a drugarez hen doa formet a-ziagent enhan he-unan, (10) hag a dlie beza digasset da vad ganthan, pa vije deuet da ren an amzeriou merket ganthan, da lavaret eo, da zastum assambles an holl draou er C’hrist, koulz ar re a zo en envou, evel ar re a zo var an douar. (11) Dre enhan ive eo ez omp deuet da veza heritourien, (o veza bet choazet a-ziagent, hervez ma oa bet merket gant an Hini a ra an holl draou hervez ma plij d’he volontez he-unan) ; (12) evit ma servichimp da veuleudi he c’hloar, ni pere a zo bet ar re genta o lakaad hon esperans er C’hrist. (13) Enhan ez oc’h ive, goude beza bet klevet ar ger euz ar wirionez, an Aviel euz ho silvidigez, ha beza bet credet enhan, c’houi a zo bet siellet gant ar Spered-Santel a oa bet prometet ; (14) pehini eo an arrez euz hon heritach, evit ar redemption euz ar re hen deuz prenet, evit meuleudi he c’hloar.
(15) Abalamour da ze, me ive, o veza klevet komz euz ho feiz en Aotrou Jesus, hag euz ho karantez evit an holl zent, (16) na baouezan ket da renta grasou evidoc’h, oc’h ober memor ac’hanoc’h em pedennou ; (17) evit ma teuio Doue hon Aotrou Jesus-Christ, an Tad a c’hloar, da rei deoc’h eur spered a furnez hag a revelation en he anaoudegez ; (18) ma sclerijenno daou-lagad hoc’h intentamant ; ma teuot da anaoud an esperans da behini ez oc’h galvet, ha petra eo pinvidigezou ar gloar euz he heritach ebarz er zent ; (19) ha petra eo brazder immans he c’halloud en hor c’henver-ni, pere a gred, hervez ar vertuz euz an nerz euz he c’ha11oud, (20) diskouezet ganthan er C’hrist, pa hen deuz resussitet anezhan a-douez ar re varo, hag hen deuz hen lakeat da azeza en tu-deo dezhan el leac’hiou celestiel, (21) dreist pep gouarnamant, peb otorite, pep galloud, pep mestr, ha dreist peb hano a heller da henvel, nann hepken er bed-man, mes ive er bed da zond. (22) Hag hen deuz lakeat pep tra dindan he dreid, hag hen deuz lakeat anezhan ar mestr kenta dreist pep tra d’an Iliz, (23) pehini eo he gorf, al leunder euz an hini a deu da leunia pep tra en holl.
HOUI ive a oa maro en ho kwallou hag en ho pec’hejou, (2) (e pere gwech-all hoc’h euz baleet, hervez giz ar bed-man, hervez ar prins euz a c’halloud an ear, ar spered-se pehini a labour breman e bugale an dizentidigez ; (3) e-touez pere ive e vevemp holl gwech-all, hervez ar ioulou euz hor c’hig, oc’h ober hervez deziriou ar c’hig hag hor sonjezonou ; hag e oamp dre natur bugale ar goler, evel ar re all.) (4) Mes Doue, pehini a zo pinvidic a drugarez, abalamour d’ar garantez vraz gant pehini hen deuz hor c’haret, (5) pa oamp maro en hor pec’hejou, hen deuz hon rentet d’ar vuez assambles er C’hrist, (6) (dre c’hras eo ez oc’h salvet ;) hag hen deuz hon resussitet assambles, hag hen deuz hon lakeat da azeza assambles el leac’hiou celestiel, en Jesus-Christ ; (7) evit diskouez, en amzeriou da zond, ar pinvidigezou dreist muzul euz he c’hras, dre he vadelez en hor c’henver-ni en Jesus-Christ. (8) Rag dre c’hras eo ez oc’h salvet, dre ar feiz ; ha kement-se na zeu ket ac’hanoc’h hoc’h-unan, donezon Doue eo ; (9) n’e ket dre an oberou, evit na zeui den d’en em c’hlorifia. (10) Rag he labour omp, o veza bet crouet en Jesus-Christ evit an oberou mad, pere a zo bet preparet gant Doue a-ziaraog, evit ma kerzimp enhe.
(11) Dre-ze, ho pezet sonj penaos c’houi, pere a oa gwech-all Jentiled er c’hig, ha pere a oa galvet ar re dicirconcis gant ar re a c’halver circonciset er c’hig dre zorn an den, (12) e oac’h en amzer-ze heb ar C’hrist, er meaz euz a republic Israel, estranjourien e-kenver alliansou ar bromessa, o veza heb esperans, hag heb Doue er bed. (13) Mes breman, en Jesus-Christ, c’houi pere gwech-all a oa pell, a zo bet digasset tost dre oad ar C’hrist. (14) Rag hen eo hor peoc’h, hen pehini hen deuz lakeat an daou bobl a-unan, en eur diskar ar voger a zisparti ; (15) o veza distrujet en he gig ar pez a oa caoz d’ar gassoni, lezen ar gourc’hemenou, eul lezen a ordrenansou ; evit ober enhan he-unan, euz a zaou, eun den hep-ken, eun den nevez, goude beza great ar peoc’h ; (16) ha ma teuje, en eur distruja he-unan ar gassoni a oa etrezhe, da reconcilia gant Doue, dre ar groaz, an eil rum hag egile en eur c’horf hep-ken. (17) Ha deuet eo evit annons kelou mad ar peoc’h deoc’h-hu, pere a oa pell, ha d’ar re a oa tost ; (18) rag dreizhan hon euz digemer, an eil hag egile, digant an Tad, en eur memeus Spered. (19) Evelse n’oc’h mui breman estranjourien, na tud a-ziaveaz, mes kenvrois d’ar zent, hag euz a di Doue ; (20) o veza savet var fondamant an ebestel hag ar brofeted, euz a behini Jesus-Christ he-unan eo ar mean-corn, (21) en pehini an holl vatis, o veza frammet ervad assambles, a zav da veza eun templ santel d’an Aotrou ; en pehini ez oc’h ive c’houi savet assambles, evit beza ti Doue er Spered.
BALAMOUR da ze, me, Paol, a zo prizonier Jesus-Christ evidoc’h-hu, Jentiled ; (2) mar hoc’h euz en gwirionez klevet petra eo ar garg a zo bet roet d’in, da zispans evidoc’h ar c’hras a Zoue ; (3) dre revelation eo hen deuz roet da anaoud d’in-me ar myster-ze, evel ma’z oun o paouez scriva en ber gomzou. (4) Dre eno, en eur lenn, ec’h hellit compren an anaoudegez em euz euz a vyster ar C’hrist, (5) eur myster eo ha na oa ket bet roet da anaoud da vugale an dud, en amzer dremenet, evel ma’z eo bet diskouezet en amzer-man, dre ar Spered, d’he ebestel santel ha d’ar brofeted ; (6) da lavaret eo, penaos ar Jentiled a zo ken-heritourien, hag e reont eur c’horf hep-ken, hag ho deuz lod en he bromessa er C’hrist dre an Aviel ; (7) euz a behini ez oun bet great ministr, dre eun donezon euz a c’hras Doue, a zo bet roet d’in dre ar vertuz euz he c’halloud. (8) D’in-me, an distera euz an holl zent, eo bet roet ar c’hras-se da brezeg, e-touez ar Jentiled, ar pinvidigezou incomprenabl euz ar C’hrist, (9) ha da lakaad sclear dirag daou-lagad an holl, petra eo ar garg euz ar myster a oa kuzet a bep amzer en Doue, pehini hen deuz crouet pep tra dre Jesus-Christ, (10) evit ma teuio breman ar furnez euz a Zoue pehini en em ziskouez en peb seurt feçon, d’en em rei da anaoud dre an Iliz d’ar princelezou ha d’ar puissansou el leac’hiou celestiel, (11) hervez an dessein hen doa a bep amzer, hag hen deuz digasset da vad dre Jesus-Christ, hon Aotrou, (12) en pehini hon euz al liberte da dostaad ouz Doue gant fizians, dre ar feiz enhan.
(13) Rag-se e c’houlennan diganeoc’h ne gollot ket a gourach abalamour d’an trubulliou a anduran evidoc’h ; kement-se a ra ho kloar. (14) Evit-se eo e plegan va daoulin dirag Tad hon Aotrou Jesus-Christ, (15) euz a behini kement famill a zo en env ha var an douar a denn he hano ; (16) ma roio deoc’h, hervez ar pinvidigezou euz he c’hloar, da veza krenveet meurbed dre he Spered, en den a-ziabarz, (17) evit ma rai ar C’hrist he zemeurans en ho calonou, dre ar feiz ; (18) hag evit, o veza griziennet ha fontet er garantez, ma c’hellot compren, assambles gant an holl zent, petra eo al lec’hed, an hed, an dounder hag an huelded, (19) hag anaoud karantez ar C’hrist, pehini a zo dreist pep gwiziegez, evit ma veot leuniet gant an holl leunder a Zoue. (20) Hogen, d’an Hini hen deuz galloud da ober kalz en tu-all d’ar pez a c’houlennomp pe a zonjomp, dre ar galloud a labour enomp ; (21) dezhan ar gloar en Iliz, dre Jesus-Christ, en holl amzeriou, ha da viken ! Amen.
AG-SE, me, prizonier an Aotrou, a bed ac’hanoc’h da heuil eur vuez dign euz ar vocation dre behini oc’h bet galvet, (2) gant pep humilite ha pep dousder, gant eur spered a batianted, oc’h en em supporti an eil egile gant karantez ; (3) o lakaad ho poan da genderc’hel a-unan er memeus spered, dre liam ar peoc’h. (4) N’euz nemed eur c’horf hag eur Spered hep-ken, evel ive ma’z oc’h bet galvet da eun esperans hep-ken, dre ho vocation. (5) Eun Aotrou hep-ken, eur feiz hep-ken, eur vadiziant hep-ken ; (6) eun Doue hep-ken ha Tad an holl, pehini a zo dreist an holl, dre an holl, hag enoc’h holl. (7) Mes da bep hini ac’hanoc’h eo roet ar c’hras, hervez ar muzul euz donezon ar C’hrist. (8) Rag-se eo bet lavaret : Pa eo bet savet d’an neac’h, hen deuz kasset ganthan eun niver braz a gaptived, hag hen deuz distribuet donezonou d’an dud. (9) Hogen ar c’homzou-man : Eo bet savet, petra a zinifiont-hi, nemed ma oa bet diskennet araog el leac’hiou izel euz an douar ? (10) An hini a zo bet diskennet, eo ar memeus hini hag a zo bet ive savet dreist an holl envou, evit ma leunje pep tra. (11) Hen ive eo hen deuz lakeat lod da ebestel, ha lod da brofeted, ha lod da avielerien, ha lod da bastored ha da zoctored ; (12) evit lakaad ar zent da greski e perfection, evit labour ar garg a vinistr, evit edification corf ar C’hrist ; (13) ken a vezimp holl deuet da veza a-unan er feiz hag en anaoudegez euz a Vab Doue, e stad eun den parfet, d’ar muzul euz a vent parfet ar C’hrist ; (14) evit na vezimp mui bugaligou, douget ho troet aman hag a-hont gant peb avel a zoctrin, gant tromplerez an dud, hag ho ijin fall da drompla dre finessa ; (15) mes ma teuimp, en eur heuil ar wirionez er garantez, da greski en pep tra, en hini a zo ar pen, ar C’hrist ; (16) euz a behini ar c’horf holl, o veza frammet-mad hag unanet stard assambles, dre ar zicour a zeu dezhan euz he holl juntrou, a denn he grescans, hervez an nerz roet da bep ezel, evit ma vezo edifiet he-unan er garantez.
(17) Setu aman eta ar pez a lavaran hag a destenian aberz an Aotrou : N’ho pezit mui ar memeus comportamant evel ar Jentiled all, (18) pere a heuil ar vanite euz ho spered ; o veza tenvaleet ho intentamant, hag o veza pell euz ar vuez a Zoue, abalamour d’an ignorans a zo enhe, dre ar galeder euz ho c’halon ; (19) o veza kollet pep santimant, ez int en em roet d’an diroll, evit ober peb louzdoni, gant eur ioul direiz. (20) Mes c’houi, n’e ket evel-se hoc’h euz desket ar C’hrist ; (21) da vihana, mar hoc’h euz selaouet anezhan, ha mar d’oc’h bet, hervez ar wirionez a zo en Jesus, desket enhan, (22) evit ar pez a zell ho puez tremenet, da deurel diouzoc’h an den koz, pehini a zeu da gorrompi dre ar c’hoantadennou tromplus ; (23) da veza renevezet dre ar Spered en hoc’h intentamant ; (24) ha da viska varnoc’h an den nevez, a zo crouet da imach Doue, er justis hag er zantelez euz ar wirionez.
(25) Dre-ze, goude beza taolet diouzoc’h ar gaou, ra zeuio pep hini da gomz d’he nessa hervez ar wirionez, rag ni a zo izili an eil euz egile. (26) Mar en em lakit en coler, diwallit da bec’hi ; diwallit ne deufe an heol da guzat var ho coler ; (27) ha na roit ket a zigor d’an diaoul. (28) Ra zeuio an hini a laere, da choum hep laerez mui ; mes kentoc’h ra labouro gant he zaouarn da eun dra vad-benag, evit m’hen devezo peadra da rei d’an hini a zo en dienez. (29) Mirit na zeuio er meaz euz ho kenou komz divalo e-bed ; mes ra vezo ho komzou, komzou talvouduz ha mad evit edifia, evit ma raint vad d’ar re ho zelaou. (30) Ha na gontristit ket Spered-Santel Doue, dre behini ez oc’h bet siellet evit dervez ar redemption. (31) Ra vezo taolet kuit euz ho touez pep c’houervder, pep kassoni, pep coler, pep scrijaden, pep gwall-deodat, hag ive pep drougviez. (32) Mes bezit mad an eil e-kenver egile, truezus, o pardoni an eil d’egile, evel ma hen deuz Doue pardonet deoc’h ive er C’hrist.
LASKIT eta beza henvel ouz Doue, evel bugale muia-karet ; (2) ha baleit er garantez, evel ar C’hrist, pehini hen deuz karet ac’hanomp, hag a zo bet en em offret he-unan da Zoue evidomp en offrans hag en sacrifis a c’houez-vad. (3) Diwallit na vezo zo-ken hanvet en ho touez, nag al lubricite, na louzdoni all e-bed, nag an avaristed ken-neubeud, evel ma’z eo deread da zent ; (4) na komz udur e-bed, na komz foll, na farcerez, pere a zo traou ha na gonvenont ket ; mes ra vezo klevet kentoc’h actionou a c’hras. (5) Rag anaoud a rit an dra-man, penaos den lubric e-bed, na den impur, na den avaricius, hag a zo ive eun idolatr, n’hen deuz lod en heritach euz a rouantelez ar C’hrist ha Doue. (6) Diwallit ne deufe den d’ho trompla gant komzou goullo ; rag abalamour d’an traou-ze eo e teu coler Doue var ar vugale dizent. (7) N’ho pezit eta lod e-bed ganthe. (8) Rag gwechall e oac’h tevalijen, mes breman ez oc’h sclerijen en Aotrou ; baleit evel bugale ar sclerijen ; (9) rag frouez ar Spered a zo en pep seurt madelez, er justis hag er wirionez. (10) Klaskit anaoud ar pez a zo agreabl da Zoue. (11) Ha n’ho pezet lod e-bed en oeuvrou difrouez an devalijen, mes kentoc’h condaonit anezhe. (12) Rag mezus eo memeus lavaret an traou a ra an dud-se en kuz. (13) Mes kement tra a zo condaonet a zo diskouezet gant ar sclerijen ; rag kement tra a ziskouezer a zeu da veza sclerijen. (14) Abalamour da ze ez eo bet lavaret : Dihun, te pehini a gousk, ha sav a-douez ar re varo, hag ar C’hrist a sclerijenno ac’hanoud.
(15) Lakit eta evez, ha baleit eün, n’e ket evel tud foll, mes evel tud fur ; (16) prenit an amzer ; rag deveziou fall a ra. (17) Rag-se na vezit ket diboell, mes comprenit pehini eo bolontez an Aotrou. (18) Diwallit d’en em vezvi gant gwin, pehini a zoug d’an diroll ; mes bezit leun euz ar Spered ; (19) komzit etrezoc’h assambles dre salmou, hymnou ha canticou spirituel, en eur gana hag en eur salmi en ho calon d’an Aotrou ; (20) rentit grasou bepred evit pep tra da Zoue an Tad, en bano hon Aotrou , Jesus-Christ. (21) Plegit an eil d’egüe en doujans Doue.
(22) Gragez, plegit d’ho priejou, evel d’an Aotrou, (23) rag an ozac’h eo pen ar vreg, evel ma’z eo ar C’hrist ive ar pen euz an Iliz, pehini eo he gorf, euz a behini ez eo ar Zalver. (24) Hogen, evel ma’z eo an Iliz sentus ouz ar C’hrist, ra vezo ive ar gragez sentus euz ho friejou en pep tra. (25) Goazed, karit ho kragez, evel ma hen deuz ar C’hrist ive karet an Iliz, hag ez eo en em roet he-unan evithi ; (26) evit he zantifia, o veza purifiet anezhi gant ar vadiziant a zour, dre he c’her ; (27) evit lakaad anezhi da zond dirazhan eun Iliz leun a c’hloar, hep tarch e-bed, na roufen, na netra euz ar seurt-se, mes eun Iliz santel ha divlam. (28) Evel-se eo e tle ar goazed karet ho gragez evel ho c’horfou ho-unan. An hini a gar he vreg, en em gar he-unan. (29) Rag den n’hen deuz biskoas kemeret kaz ouz he gorf he-unan, mes hen maga, hag hen antreteni a ra, evel ma her gra an Aotrou e-kenver an Iliz ; (30) rag ni a zo an izili euz he gorf, o veza euz he gig, hag euz he eskern. (31) Abalamour da ze an den a guitai he dad hag he vam, hag en em unano gant he vreg ; hag ho daou ne vezint nemed eur c’hig hep-ken. (32) Ar myster-ze a zo braz ; divarben an Iliz hag ar C’hrist eo e komzan. (33) Rag-se, ra zeui pep hini ac’hanoc’h da garet he vreg evel-d’han be-unan, hag ar vreg da respeti he goaz.
UGALE, sentit ouz ho tadou hag ouz ho mamou hervez an Aotrou ; rag kement-se a zo just. (2) Henor da dad ha da vam ; (hennes eo ar gourc’hemen kenta hen deuz eur bromessa) ; (3) evit ma vezi eürus, ha ma vevi pell var an douar. (4) Ha c’houi tadou, na hegazit ket ho pugale, mes savit anezhe en deskadurez hag en kelennadurez an Aotrou.
(5) Servicherien, sentit ouz ho mistri hervez ar c’hig gant doujans ha gant aoun, gant lealded a galon, evel ouz ar C’hrist ; (6) n’e ket en eur servicha anezhe dirag ho daoulagad hep-ken, evel pa vec’h o klask plijoud d’an dud, mes oc’h ober bolontez Doue a galon vad, evel servicherien ar C’hrist ; (7) o servicha gant karantez an Aotrou, eleac’h servicha an dud hep-ken ; (8) o c’houzout penaos pep hini, pe hen a zo esclav, pe hen a zo den libr, a recevo digant an Aotrou hervez ar mad hen devezo great. (9) Ha c’houi, mistri, grit ar memeus tra en ho c’henver, ha lezit ar gourdrouzou, o c’houzout penaos hoc’h euz evel-d’he eur Mestr en env, ha penaos, dirazhan, n’euz preferans evit den e-bed.
(10) A-hend-all, va breudeur, en em grenvait en Aotrou, hag en he nerz holl-c’halloudec. (11) Gwiskit varnoc’h holl armou Doue, evit ma c’hellot stourm kalet ouz finessaou an diaoul. (12) Rag n’e ket a-enep ar c’hig hag ar goad hon euz da gombati, mes a-enep ar princelezou, a-enep ar puissansou, a-enep prinsed an devalijen euz ar bed-man, a-enep ar puissansou spirituel euz an droug el leac’hiou celestiel. (13) Rag-se kemerit holl armou Doue, evit ma c’hellot derc’hel stard en devez fall, ha goude beza trec’het pep tra, choum en ho sa. (14) Bezit eta ferm, gouriz ar wirionez en-dro d’ho kroazellou, ha gwisket gant cuirassen ar justis, (15) gwisket en ho treid gant ar garantez euz a Aviel ar peoc’h ; (16) o kemer, dreist-holl, tiren ar feiz, gant pehini ec’h hellot dalla holl flemmou tanus an drouk-spered. (17) Kemerit ive tok-houarn ar zilvidigez, ha kleze ar Spered, pehini eo ger Doue ; (18) o pedi bepred gant pep seurt peden ha supplication dre ar Spered ; o veillia var gement-se gant pep perseverans, (19) hag o pedi evit an holl Zent, hag evidoun-me ive, evit ma vezo roet d’in ar galloud da gomz em liberte, ha gant hardiegez, evit rei da anaoud myster an Aviel, (20) evit pehini e ran ar garg a gannad er chadennou, evit ma c’hellin komz euz anezhan gant hardiegez, evel ma tlean hen ober.
(21) Hogen, evit ma ouezot ive ar pez a zell ouzin, hag ar pez a ran, Tychikus, ar breur muia-karet, hag ar ministr fidel en Aotrou, a roi deoc’h da anaoud pep tra. (22) Hen kasset em euz deoc’h espres, evit ma ouezot ar pez a zell ouzomp, ha ma consolo ho calonou. (23) Ra vezo ar peoc’h, ar garantez assambles gant ar feiz var ar breudeur, a-berz Doue an Tad, hag an Aotrou Jesus-Christ ! (24) Gras d’ar re holl a gar hon Aotrou Jesus-Christ, hag her gra' dalc’h-mad ! Amen.
AOL ha Timoteus, servicherien Jesus-Christ, d’an holl zent en Jesus-Christ, pere a zo en Philippos, d’an eskibien ha d’an diaconed : (2) Gras ha peoc’h deoc’h digant Doue hon Tad, ha digant Jesus-Christ hon Aotrou !
(3) Renta a ran grasou d’am Doue, ken alies ha ma teu sonj d’in ac’hanoc’h ; (4) o pedi evidoc’h holl bepred gant joa em holl bedennou, (5) abalamour d’ho karantez holl assambles evit an Aviel, abaoe an deiz kenta bete vreman ; (6) o kaoud ar greden ferm penaos an Hini hen deuz commanset an oeuvrvad-se enoc’h, a blijo ganthan he feur-ober bete deiz Jesus-Christ. (7) Ha dleet eo d’in kaoud ar zantimant-se ac’hanoo’h-hu holl, rag, em liammou, hag en difen hag er gonfirmation euz an Aviel, ez oc’h em c’halon, c’houi holl pere hoc’h euz lod ganen er c’hras a zo roet d’in. (8) Rag Doue a zo test d’in pegement e karan ac’hanoc’h holl a-greiz calon en Jesus-Christ. (9) Hag ar pez a c’houlennan, eo ma cresko ho karantez mui-ouz-mui en gwiziegez hag en pep skiant ; (10) evit ma c’hellot, e pep tra, anaoud petra eo ar gwella, evit ma veot pur ha direbech evit dervez ar C’hrist, (11) o veza leun euz a frouez ar justis dre Jesus-Christ, evit gloar ha meuleudi Doue.
(12) Koulskoude, breudeur, e fell d’in e ouefac’h penaos, kement a zo c’hoarvezet ganen, a zo troet kentoc’h evit avansamant an Aviel ; (13) en hevelep doare m’az eo deuet va liammou, dre Jesus-Christ, da veza brudet er pretouar hag e leac’h all, dre holl ; (14) ha penaos an darn vraz euz ar breudeur en Aotrou, o veza bet rentet calounec dre va liammou, a gred prezeg ar gomz hardizoc’h, hag heb aoun. (15) Beza ez euz lod, evit gwir, hag a brezeg ar C’hrist dre anvi ha dre zisput ; ha lod all her gra gant karantez. (16) Darn a brezeg ar C’hrist gant ar c’hoant da gontesti, heb lealded, o sonjal creski va foan em liammou ; (17) mes ar re all her gra dre garantez, o c’houzout penaos ez oun lakeat evit difen an Aviel. (18) Ha fors a zo ? en pe feçon-benag ma vez, pe dre eur zeblant a garantez, pe en gwirionez, ar C’hrist a zo prezeget ; hag en em rejouissa a ran, hag en em rejouissa a rin c’hoas a gement-se. (19) Rag gouzoud a ran penaos kement-se, a droio d’am zilvidigez dre ho pedennou, ha dre ar zicour euz a Spered Jesus-Christ, (20) hervez ar pez a c’hortozan ferm, hag an esperans em euz penaos, na vezin ket mezekeet e tra e-bed, mes penaos, gant peb assurans, ar C’hrist pehini a zo bet a viskoas glorifiet em c’horf, a vezo c’hoas glorifiet breman, pe dre va buez, pe dre va maro. (21) Rag evidoun-me, ar C’hrist eo va buez, hag ar maro a zo eur c’hounidegez evidoun. (22) Hogen, na ouzon ket ha mad ez eo d’in, evit va labour, beva er c’hig, na petra a dlean c’hoantaad. (23) Rag gwasket oun a bep tu, o veza ma em euz c’hoant da guitaad ha da veza assambles gant ar C’hrist, ar pez a vefe kalz gwelloc’h d’in ; (24) a-hend-all talvoudussoc’h eo deoc’h e choumfen er c’hig. (25) Ha creden vad em euz e choumin, hag e rin va demeurans ganeoc’h holl, evit hoc’h avansamant hag ho choa er feiz, (26) evit ma ho pezo enoun, pa zistroin en ho touez, leac’h d’en em c’hlorifia en pep tra en Jesus-Christ.
(27) En em gomportit, da vihana, en eun doare dign euz a Aviel ar C’hrist, evit, pe e teuin d’ho kwelet, pe e vezin pell diouzoc’h, ma klevin lavaret ac’hanoc’h, penaos e choumit stard en eur memeus spered, o combatti gant eur memeus ene, evit ar feiz euz an Aviel, heb beza spountet e doare e-bed gant hoc’h enebourien, (28) ar pez a zo evithe eur zin anat a gollidigez ; mes evidoc’h eur zin a zilvidigez ; ha kement-se a-berz Doue ; (29) rag roet hen deuz deoc’h ar c’hras, abalamour d’ar C’hrist, n’e ket hep-ken da gridi enhan, mes ive da zouffr evithan, (30) o combatti ar memeus combat en pehini hoc’h euz gwelet ac’hanoun hag e klevit emoun c’hoas breman.
AR d’euz eta eur gonsolation-benag er C’hrist, eur soulajamant-benag er garantez, eur gommunion-benag er Spered, mar d’euz eur gompassion hag eun drugarezbenag, (2) lakit va joa da veza parfet, o veza a-unan etrezoc’h, o kaoud ar memeus karantez, ar memeus ene, ar memeus santimant ; (3) na rit netra dre zisput ; na dre fougeerez ; mes ra zeuio peb hini ac’hanoc’h da gonsideri ar re all, dre humilite, evel gwelloc’h egethan he-unan. (4) Na zellit ket pep hini ac’hanoc’h ouz hoc’h interest hoc’h-unan, mes ive ouz hini ar re all. (5) Bezit enoc’h ar memeus santimanchou evel Jesus-Christ, (6) pehini o veza en doare eun Doue, n’hen deuz ket klasket evel eur preiz da dapout, beza par da Zoue ; (7) mes en em divisket eo bet he-unan, en eur gemer doare eur servicher, o tond da veza henvel ouz an dud ; (8) hag, o veza kemeret form eun den, ez eo en em izeleet, o tond da veza sentus beteg ar maro, ha zoken maro ar groaz. (9) Abalamour da ze ive, Doue hen deuz hueleet meurbed anezhan, hag hen deuz roet dezhan eun hano hag a zo dreist pep hano ; (10) evit ma teuio peb glin da blega en hano Jesus, en env, ha var an douar, ha dindan an douar, (11) ha ma teuio pep teod da anzav penaos Jesus-Christ eo an Aotrou, evit gloar Doue an Tad.
(12) Dre-ze, va breudeur muia-karet, evel ma hoc’h euz sentet a-viskoas, nann hep-ken evel em frezans, mes breman kalz muioc’h pa’z oun pell diouzoc’h, labourit evit ho silvidigez gant aoun, hag en eur grena ; (13) rag Doue eo a ro deoc’h ar volontez hag ar galloud, evel ma plij ganthan. (14) Grit pep tra heb murmuri hag heb disput ; (15) evit ma viot direbech, heb tarch e-bed, bugale da Zoue, didamal e-kreiz eur raç corrompet ha fallacr, etouez pere e lugernit evel goulou er bed, o tigas enhan ar gomz a vuez ; (16) en hevelep doare ma c’heliin, en dervez ar C’hrist, en em c’hlorifia, dre n’am bezo ket redet, na labouret en vên. (17) Ha memeus mar deu va goad da veza skulliet var ar sacrifis hag an oeuvr euz ho feiz, em euz joa a gement-se, hag en em rejouissa a ran ganeoc’h holl. (18) C’houi ive evel-se, kemerit levenez, hag en em rejouissit assambles ganen.
(19) Hogen esperoud a ran, en Aotrou Jesus-Christ, e kassin hep-dale Timoteus d’ho kavoud, evit m’am bezo ive courach, o klevet deuz ho kelou. (20) Rag n’am euz den hag a vez ken accord ganen, evit kemer sourci a-walc’h euz ar pez a zell ouzoc’h ; (21) rag holl e klaskont ho interest ho-unan, ha nann hini Jesus-Christ. (22) Gouzoud a rit ez eo bet amprouvet, pa’z eo gwir ez eo en em lakeat assambles ganen e servich an Aviel, evel eur bugel gant he dad. (23) Esper em euz eta d’hen kas d’ho kavout kerkent ha m’em bezo gwelet e pe stad ema va afferou ; (24) ha beza em euz fizians en Aotrou, penaos e teuin ive va-unan hepdale. (25) Mes sonjet em euz koulskoude e oa red kas deoc’h Epaphroditus, va breur, va c’hen-labourer, ha va c’hompagnon a-vrezel, an hini a zo kannad deoc’h, hag hen deuz va zicouret em ezomou ; (26) rag eur c’hoant vraz hen doa d’ho kwelet holl, ha poan vraz a rea ganthan ho poa klevet e oa bet klanv. (27) Klanv eo bet, en gwirionez, ha darbet dezhan mervel ; mes Doue hen deuz bet truez outhan ; ha n’e ket outhan hep-ken, mes ive ouzin-me, evit n’am bije ket tristidigez var dristidigez. (28) Kasset em euz eta anezhan gant kalz a hast, evit m’ho pezo joa ouz hen gwelet, ha m’am bezo va-unan neubeutoc’h a dristidigez. (29) Digemerit eta anezhan en Aotrou gant pep levenez, ha diskouezit eun istim vraz evit ar seurt-tud-se. (30) Rag bet eo tost d’ar maro evit oeuvr ar C’hrist, o veza lakeat he vuez en danjer, evit gallout renta d’in ar zervich ne oac’h ket hoc’hunan evit renta.
-HEND ALL, va breudeur, en em rejouissit en Aotrou. Ne skuizan ket, evidoun-me, o scriva deoc’h ar memeus traou, hag evidoc’h-hu, kement-se eo hoc’h assurans. (2) Likit evez ouz ar chass ; likit evez ouz an droug-oberourien ; likit evez ouz ar fals circoncision. (3) Rag ni eo ar gwir circoncision, ni pere a zervich Doue en spered, hag en em c’hlorifi en Jesus-Christ, ha ne lekeomp ket hor fizians er c’hig, (4) petra-benag ma c’halljen-me ive kaout fizians er c’hig. Mar d’euz unan-benag hag a zonj dezhan ec’h hell fizioud er c’hig, me a hell hen ober c’hoas muioc’h, (5) me, pehini a zo bet circonciset an eizved devez, euz a lignez Israel, hag euz a dribu Benjamin, eun Hebreat, ganet euz eun Hebreat ; evit ar pez a zell al lezen, eur Farizian ; (6) evit ar pez a zell va aket e-kenver va relijion, o veza persecutet an Iliz ; evit ar pez a zell ar justis hervez al lezen, direbech. (7) Mes an traou-ze holl, pere a oa eur gounid evidoun, em euz ho c’honsideret evel eur c’holl, abalamour d’ar C’hrist. (8) Ouzpen-ze, evel eur c’holl e consideran pep tra, abalamour da excellans an anaoudegez euz a Jesus-Christ, va Aotrou, evit pehini em euz kollet pep tra, hag ho c’honsideri a ran evel skubien, evit galloud gounid ar C’hrist, (9) ha beza kavet enhan, o kaout nann va justis va-unan, a zo hervez al lezen, mes an hini a zeu dre ar feiz er C’hrist, ar justis euz a Zoue dre ar feiz ; (10) evit ma c’hallin anaoud ar C’hrist, hag anaoud ar vertuz euz he resurrection, ha kaoud lod en he zouffransou, o tond da veza henvel outhan en he varo ; (11) evit erruout, mar gallan, da resurrection ar re varo. (12) N’e ket ma ven dija erruet beteg ar pal, na ma ven deuet d’ar stad a berfection, mes redec a ran gant va holl nerz, evit gallout cregi er priz ; hag abalamour da ze eo hen deuz ar C’hrist tapet crog enoun. (13) Breudeur, evidoun-me, a ziwall da gredi em befe evit c’hoas tapet ar priz ; (14) mes setu aman ar pez a ran : en eur ankounac’haad an traou a zo var va lerc’h, hag oc’h avans var-zu ar re a zo dirazoun, e redan gant ardor etrezeg ar but, evit ar priz euz ar c’halvedigez celestiel a Zoue en Jesus-Christ.
(15) Ni holl eta pere a zo parfet, kemeromp ar zantimant-man enomp ; ha mar sonjit en eur feçon all var eun dra-benag, Doue hen diskouezo ive deoc’h. (16) Koulskoude er poent m’az omp erruet, kerzomp hervez ar memeus reglen, ha dalc’homp ar memeus santimanchou. (17) Breudeur, heullit holl an exempl a roan deoc’h, ha sellit ouz ar re a vale hervez ar skouer hoc’h euz enomp. (18) Rag beza ez euz kalz, hen lavaret em euz deoc’h alies, ha breman hen lavaran adare, en eur wela, hag a vale evel enebourien euz a groaz ar C’hrist ; (19) ar fin euz ar re-ze a vezo ar gollidigez ; ober a reont ho Doue euz ho c’hov, lakaad a reont ho gloar er pez a ra ho dizhenor, ho c’halon a zo stag ouz traou an douar. (20) Mes evidomp-ni a zo bourc’hizien an env ; a be leach ive e c’hortozomp ar Zalver, an Aotrou Jesus-Christ, (21) pehini a chencho hor c’horf vil, evit ma teui da veza henvel ouz he gorf glorius, hervez ar galloud hen deuz da lakaad pep tra da blega dezhan.
RE-ZE, va breudeur ker ha deziret meurbed, va joa ha va c’hurunen, choumit stard evel-se en Aotrou, va breudeur muia-karet.
(2) Me a bed Evodias, hag a bed Sintyke,da gaoud ar memeus santimant en Aotrou. (3) Pedi a ran ac’hanoud-te ive, va c’hen-labourer gwirion, da zicour ar gragez-ze ; labouret ho deuz assambles ganen evit an Aviel, koulz ha Clement hag ar re all euz va c’hen-labourerien, a bere an hanoiou a zo el levr a vuez.
(4) En em rejouissit bepred en Aotrou ; hen lavaret a ran c’hoas : En em rejouissit. (5) Ra vezo anavezet ho tousder gant an holl dud. An Aotrou a zo tost. (6) Na vezit sourciet gant netra, mes, en peb occasion, lakit ho koulennou dirag Doue, dre bedennou ha supplicationou gant actionou a c’hras, (7) hag ar peoc’h a Zoue, pehini a dremen peb ententamant, a ziwallo ho calonou hag ho sonjezonou en Jesus-Christ.
(8) A-hend-all, breudeur, ra vezo occupet ho sperejou gant kement a zo gwir, kement a zo honest, kement a zo just, kement a zo pur, kement a zo dign a garantez, kement a zo a vrud vad, hag a zo enhan eur vertuz-benag, hag a zo dign a veuleudi ; ra vezo occupet ho sperejou gant an holl draou-ze. (9) Ho desket hoc’h euz ive, ho recevet hag ho c’hlevet ganen-me, hag ho gwelet hoc’h euz enoun-me. Grit an traou-ze, ha Doue ar peoc’h a vezo ganeoc’h.
(10) Hogen, braz eo bet va joa en Aotrou, o veza m’hoc’h euz lakeat da renevezi ho karantez evidoun ; evit gwir e sonjec’h enoun, mes an occasion a vanke deoc’h. (11) Na lavaran ket kement-se abalamour d’am dienez ; rag desket em euz beza contant euz ar stad en pehini en em gavan. (12) Gouzoud a ran beza en eur stad izel, gouzoud a ran ive beza en abondans ; en holl ha dre holl em euz desket beza rassaziet ha kaoud naoun ; beza en abondans, ha beza en dienez. (13) Gallout a ran pep tra dre ar C’hrist, pehini a ro nerz d’in. (14) Koulskoude mad hoc’h euz great kemer lod ganen em affliction. (15) Gouzout mad a rit ive, Philippied, penaos goude ma oat commanset da brezeg an Aviel, pa c’hiz kuit euz a Vacedonia, Iliz e-bed n’he doa roet d’in, ha na receviz netra, nemed digant hoc’h hini ; (16) ha memeus, pa oann en Thessalonika, hoc’h euz digasset d’in eur vech, ha zo-ken diou vech, peadra evit va ezomou. (17) N’e ket ma klaskfen presanchou, mes klask a ran lakaad da greski ar frouez a dleit da gaoud euz a gement-se. (18) Hogen, recevet em euz pep tra, hag emoun en abondans ; karget oun bet a vadou, o receo digant Epaphroditus ar pez hoc’h euz digasset d’in, evel eur baum a c’houez-vad, eur sacrifis digemeret gant Doue, hag agreabl dezhan. (19) Ha va Doue a bourveo ive d’hoc’h holl ezomou, hervez he binvidigezou, gant gloar, en Jesus-Christ. (20) Hogen, da Zoue, hon Tad, ra vezo ar gloar euz an eil kanvet d’egile ! Amen.
(21) Saludit an holl Zent en Jesus-Christ ; ar breudeur a zo ganen a salud ac’hanoc’h. (22) An holl Zent a zalud ac’hanoc’h, ha dreist-holl ar re a zo euz a diegez Cezar.
(23) Ra vezo gras hon Aotrou Jesus-Christ ganeoc’h holl ! Amen.
AOL, abostol Jesus-Christ, dre volonlez Doue, ha Timoteus hor breur, (2) d’ar breudeur er C’hrist, ar zent hag an dud fidel a zo en Colossa. Gras ha peoc’h deoc’h digant Doue hon Tad, ha digant hon Aotrou Jesus-Christ.
(3) Renta a reomp grasou da Zoue, Tad hon Aotrou Jesus-Christ, er pedennou a reomp heb ehan evidoc’h, (4) o veza klevet komz euz ho feiz en Jesus-Christ, hag euz ar garantez hoc’h euz evit an holl zent ; (5) abalamour d’an esperans a zo miret deoc’h en envou, euz a behini hoc’h euz bet anaoudegez a-ziaraog dre ar gomz a wirionez euz an Aviel, (6) pehini a zo en ho touez, evel ive er bed holl, hag a zoug frouez eno, evel ive en ho touez, abaoe an deiz m’hoc’h euz her c’hlevet, ha m’hoc’h euz anavezet gras Doue er wirionez ; (7) evel ma hoc’h euz ive hen desket gant Epaphras, hor c’hen-zervicher karet-mad, pehini a zo evidoc’h eur ministr fidel euz ar C’hrist, (8) ha pehini hen deuz roet deomp da anaoud ho karantez hervez ar Spered. (9) Dre-ze ni ive adaleg an deiz ma hon euz klevet kement-se, n’hon euz ket paouezet da bedi evidoc’h, ha da c’houlen ma viot leun euz an anaoudegez euz he volontez, en pep furnez hag ententamant spirituel ; (10) en hevelep doare ma valeot en eun doare dign euz an Aotrou, evit plijoud dezhan en pep tra, en eur dougen frouez dre bep seurt oeuvrou mad, hag o creski en anaoudegez a Zoue ; (11) o veza krenveet en pep doare hervez he c’halloud glorius, evit kaout pep patianted, hag hir-c’houzanvedigez gant joa ; (12) o renta grasou d’an Tad, pehini hen deuz hon rentet capabl da gaout lod euz a heritach ar zent er sclerijen ; (13) pehini hen deuz hon delivret euz a c’halloud an devalijen, hag hen deuz hon lakeat da vond en rouantelez he Vab muia-karet, (14) en pehini hon euz ar redemption dre he oad, ar pardon euz ar pec’hejou.
(15) Hen eo an imach euz an Doue invisibl, ar c’henta-ganet euz an holl grouadurien. (16) Rag dreizhan eo bet crouet an holl draou pere a zo en envou ha var an douar, an traou visibl hag an traou invisibl, pe an troniou, pe an dominationou, pe ar princelezou, pe ar puissansou. An holl draou a zo bet crouet dreizhan hag evithan. (17) Hen a zo araog pep tra, ha pep tra dreizhan a gendalc’h en he za. (18) Hag hen eo ar pen euz a gorf an Iliz ; hen eo ar pen-kenta, ar c’henta ganet a-douez ar re varo, evit ma talc’ho ar plas kenta en pep tra. (19) Rag plijet eo bet da Zoue lakaad da choum enhan peb leunder ; (20) hag unani dreizhan pep tra ganthan he-unan, o veza roet ar peoc’h, dre ar goad euz he groaz, ken d’an traou a zo var an douar, ken d’ar re a zo en env. (21) C’houi ive, pere gwech-all a oa estranjourien hag enebourien dre ho sonjezonou ha dre hoc’h oberou fall, (22) a zo bet unanet ganthan, er c’horf euz he gig, dre he varo, evit ho lakaad dirazhan santel, pur ha didamal ; (23) gant ma teuot da genderc’hel fontet er feiz ha ferm en ho sa, heb dilezel an esperans euz an Aviel hoc’h euz klevet, pehini a zo bet prezeget da bep crouadur dindan an env, hag euz a behini me, Paol, a zo bet great ministr.
(24) En em rejouissa a ran breman em souffransou evidoc’h, hag e peur-achuan da zouffr em c’hig ar rest euz a boaniou Jesus-Christ evit he gorf, pehini eo an Iliz, (25) euz a behini ez oun bet great ministr, hervez ar garg hen deuz roet Doue d’in en ho kenver, evit discleria deoc’h ger Doue pen-da-ben, (26) ar myster a oa kuzet en holl amzeriou hag en holl oajou, mes a zo breman discleriet d’he zent ; (27) da bere eo bet plijet gant Doue rei da anaoud pegen pinvidic eo ar gloar euz ar myster-man e-touez ar Jentiled ; da lavaret eo : ar C’hrist enoc’h-hu, an esperans euz ar gloar. (28) Hen eo an hini a brezegomp, oc’h exhorti peb den, hag o teski peb den en peb furnez, evit renta peb den parfet en Jesus-Christ. (29) Evit se ive eo e labouran, o combatti dre he vertuz, pehini a labour nerzus enoun.
AG me a fell d’in e teufec’h da c’houzout pegen braz eo ar gombat em euz da zouten evidoc’h, hag evit ar breudeur a Laodicea, hag evit ar re holl n’ho deuz james va gwelet va-unan. (2) Evit ma vezo consolet ho c’halonou, hag unanet assambles er garantez, evit beza pinvidikeet euz a eun ententamant vad, evit anaoud myster Doue an Tad, hag ar C’hrist, (3) en pehini ema dastumet an holl denzoriou euz ar furnez hag euz ar skiant. (4) Kement-man a lavaran, evit na deui den d’ho trompla gant komzou kaer. (5) Rag, mar d’oun pell diouzoc’h a gorf, emoun prezant en ho touez a spered, leun a joa, o velet an urz vad en ho touez, hag ho feiz stard er C’hrist.
(6) Evel eta ma hoc’h euz recevet Jesus-Christ an Aotrou, baleit assambles ganthan, (7) o veza griziennet ha fontet enhan, ha krenveet er feiz, evel ma oc’h bet desket, o creski enhi, gant actionou a c’hras.
(8) Likit evez na zeufe den da c’hounid ac’hanoc’h dre philosophi ha touellerez goullo, hervez giz an dud, hervez kenta kenteliou ar bed, ha nann hervez ar C’hrist. (9) Rag enhan ema an holl leunder euz an divinite o choum en eur c’horf. (10) Ha c’houi hoc’h euz pep leunder enhan, pehini eo ar pen euz a bep princelez hag a bep galloud. (11) Enhan ive oc’h bet circonciset, gant eur circoncision great hep dorn ebed, en eur delivra ar c’horf euz a bec’hejou ar c’hig, rag honnes eo circoncision ar C’hrist ; (12) o veza bet sebeliet assambles ganthan er vadiziant ; enhan ive ez oc’h resussitet, dre ar feiz en galloud Doue, pehini hen deuz resussitet anezhan a-douez ar re varo. (13) Ha pa oac’h maro en ho pec’hejou hag en ho kig dicirconcis, hen deuz ho tigasset d’ar vuez assambles ganthan, o veza pardonet deoc’h hoc’h holl bec’hejou. (14) Effacet hen deuz ar pez a oa en hon enep, an obligation euz an ordrenansou pehini en em zave a-enep deomp ; hag hen deuz he rentet nul, o staga anezhi ouz ar groaz ; (15) o veza divisket ar princelezou hag ar puissansou, lakeat hen deuz anezhe da spectacl dirag an holl, o veza ho zrec’het var ar groaz-ze.
(16) Diwallo den d’ho condaoni divarben an debri pe an eva, pe divarben eun devez gouel, pe eul loar nevez pe deiziou ar sabbat ; (17) an traou-ze a oa ar skeuden euz an traou da zond, mes ar c’horf anezhe a zo er C’hrist. (18) Diwallo den da lemmel diganeoc’h ho recompans dre eur zeblant a humilite, ha dre adoration an elez, o sourcial ouz traou ha n’hen deuz ket ho gwelet, o veza c’houezet a ourgouil gant skiant ar c’hig, (19) hag heb en em derc’hel stag ouz ar pen, euz a behini e teu ar c’horf, unanet gant ar mellou hag al liammou, da greski euz eur greskadurez hervez Doue.
(20) Mar d’oc’h eta maro assambles gant ar C’hrist, evit ar pez a zell an diskadurez dister euz ar bed-man, perag e karger ac’hanoc’h euz an ordrenansou-ze, evel pa vijec’h c’hoas o veva er bed ? (21) En eur lavaret deoc’h : Na zebr ket, na danva ket, na douch ket ; {gourc’hemenou hag a dro holl da fall dre an usach direiz) hervez maximou ha kelenadurezou an dud, (22) traou pere ho deuz evit-gwir eur zeblant a furnez, o veza eur servich a volontez-vad, great gant eun neubeud-benag a humilite, hag o castia ar c’horf, heb sourci e-bed euz ar pez a ra plijadur d’ar c’hig.
AR d’oc’h eta resussitet assambles gant ar C’hrist, klaskit an traou a zo d’an neac’h, en pe leac’h ema ar C’hrist azezet a-zeo da Zoue. (2) Likit ho karantez en traou a zo d’an neac’h, ha nann en traou an douar ; (3) rag maro oc’h, hag ho puez a zo kuzet gant ar C’hrist en Doue ; (4) mes pa zeuio ar C’hrist, pehini eo ho puez, d’en em diskouez, neuze c’houi ive a vezo diskouezet assambles ganthan er gloar.
(5) Lakit eta da vervel en hoc’h izili kement a zo euz an douar, al lubricite, an impurete, ar gwall-ioulou, an deziriou fall, hag an avaristed, pehini a zo eun idolatriach ; (6) rag evit an traou-ze eo e teu coler Doue var vugale an dizentidigez ; (7) en traou-ze hoc’h euz ive baleet gwech-all, pa oac’h o veva enhe. (8) Mes breman c’houi ive dilezit anezhe holl : ar goler, ar gassoni, an drougviez, ar gwall-deodadou, ar c’homzou udur ; diwallit na zeufe hini euz ho kenou. (9) Na livirit ket a c’hevier an eil d’egile ; p’az oc’h en em divisket euz an den koz, hag euz he oberou, (10) ha pa’z oc’h en em visket euz an den nevez, pehini a zo adnevezet, ebarz an anaoudegez, hervez imach an hini hen deuz he grouet. (11) Aman n’euz na Grek na Judeo, na circonciset na dicirconcis, na Barbar, na Scythiad, nag esclav na den libr ; mes ar C’hrist a zo holl en holl.
(12) En em viskit eta, evel tud choazet gant Doue, santel ha muia-karet, a entraillou a drugarez, a vadelez, a humilite, a zousder, a batianted ; (13) oc’h en em supporti an eil egile, hag o pardoni an eil d’egile, mar hen deuz unan-benag eur c’hlem a-enep unan all. Evel ma hen deuz pardonet ar C’hrist ac’hanoc’h, c’houi, grit ive evel-se. (14) Mes dreist-holl en em viskit euz ar garantez, pehini eo an ere euz ar berfection. (15) Ha ra zeui peoc’h ar C’hrist, da behini ez oc’h bet galvet en eur c’horf hepken, da rên en ho calonou ; ha bezit leun a anaoudegez-vad. (16) Ra zeui Ger ar C’hrist da choum enoc’h gant he holl leunder, m’ho kargo a bep furnez. En em deskit, hag en em exhortit an eil egile, dre salmou, canaouennou ha canticou spirituel, o cana en ho calonou d’an Aotrou gant anaoudegez-vad. (17) Ha kement tra a reot, dre gomzou pe dre oberou, grit pep tra en hano an Aotrou Jesus, o trugarekaad Doue an Tad dreizhan. (18) Gragez, plegit d’ho priejou, evel ma’z eo deread hervez an Aotrou. (19) Goazed, karit ho kragez, ha na gemerit ket kaz outhe. (20) Bugale, sentit ouz ho tadou hag ho mamou en pep tra ; rag kement-se a zo agreabl d’an Aotrou. (21) Tadou, na hegazit ket ho pugale, gant aoun ne zeufent da goll courach. (22) Servicherien, sentit en pep tra ouz ho mistri hervez ar c’hig, o servicha anezhe, nann hepken dirag ho daou-lagad, evel o klask plijoud d’an dud ; mes gant eur galon eün en doujans Doue. (23) Ha kement tra a reot, grit-hen a galon-vad, evel evit an Aotrou, ha nannevitandud ; (24) o c’houzout penaos e recevfot digant an Aotrou ar recompans euz an heritach, rag c’houi a zervich Christ, an Aotrou. (25) Mes an hini a ra ar pez a zo injust, a recevo hervez he injustis ; ha na vez diskouezet preferans ebed evit den.
ISTRI, rentit d’ho servicherien ar pez a c’houlen al lealded hag an honestis diganeoc’h, o c’houzout penaos, c’houi ive hoc’h euz eur Mestr en envou.
(2) Kendalc’hit da bedi, ha bezit aketus d’hen ober gant actionou a c’hras ; (3) pedit er memeus amzer evidomp-ni, evit ma tigoro Doue deomp eun nor evit ar gomz, evit annons myster ar C’hrist, abalamour da behini emoun ive er chadennou ; (4) hag evit ma hen roin da anaoud, evel ma tlean komz divar he ben. (5) En em gomportit gant furnez e-kenver ar re a zo a-ziaveaz, o prena an amzer. (6) Ra vezo ho komz leun a c’hras, ha saouret-mad gant holen, evit ma c’hellot respont da bep hini evel ma’z eo dleet.
(7) Tychikus, ar breur muia-karet, ar ministr fidel, ha va c’hen-zervicher en Aotrou, a roio da anaoud deoc’h kement a zell ouzin. (8) Kasset em euz anezhan deoc’h evit kement-man, evit ma c’hanavezo e pe stad emaoc’h, ha ma consolo ho calonou, (9) gant Onesimus, eur breur karet ha fidel, pehini a zo euz ho pro ; int a roio da anaoud deoc’h kement tra a c’hoarvez dre aman.
(10) Aristark, va c’hen-brizonier, a zalud ac’hanoc’h, ha Marc ive, kinderv da Varnabas, divarben pehini hoc’h euz recevet urzou ; (mar d’a d’ho kavoud, digemerit anezhan). (11) Jesus, les-hanvet Justus, a zalud ac’hanoc’h ive. Ar re-man a zo euz ar circoncision, hag e-touez va c’hen-labourerien evit rouantelez Doue, ar re-man hep-ken a zo bet eur gonsolation evidoun. (12) Epaphras, pehini a zo euz ho touez, ha servicher d’ar C’hrist, a zalud ac’hanoc’h ; ne ehan ket da gombatti evidoc’h en he bedennou, evit ma viot parfet ha peur-c’hreat en holl bolontez Doue. (13) Rag me a ro testeni dezhan, penaos hen deuz eur zel vraz evidoc’h hag evit ar re a zo en Laodicea, hag ar re a zo en Hierapolis. (14) Lucas, ar medeusin muia-karet, a zalud ac’hanoc’h, ha Damas a ra ive. (15) Saludit ar breudeur euz a Laodicea ha Nymphas, hag an Iliz a zo en he di. (16) Ha pa vezo bet lennet al lizer-man en ho touez, grit ma vezo lennet ive en Iliz al Laodiceed, ha lennit, c’houi ive, an hini d’al Laodiceed. (17) Ha livirit da Archippus : Laka evez-mad ouz ar garg ec’h euz recevet digant an Aotrou, evit gallout he ober ervad.
(18) Me, Paol, a zalud ac’hanoc’h gant va dorn va-unan. Ho pezet sonj euz va liammou. Ar c’hras ra vezo ganeoc’h ! Amen.
AOL, ha Silvan, ha Timoteus, da Iliz an Thessalonied, en Doue an Tad, hag en Aotrou-Jesus-Christ. Gras ha peoc’h digant Doue, hon Tad, hag an Aotrou Jesus-Christ.
(2) Renta a reomp bepred grasou da Zoue evidoc’h holl, oc’h ober memor ac’hanoc’h en hor pedennou ; (3) o kaout sonj bepred, dirag Doue hon Tad, euz a oeuvrou ho feiz, euz a labouriou ho karantez, hag euz an nerz euz hoc’h esperans,en hon Aotrou Jesus-Christ ; (4) oc’h anaoud, breudeur muia-karet gant Doue, ar choaz a zo bet great ac’hanoc’h. (5) Rag hon Aviel n’eo ket bet evidoc’h en komzou hep-ken, mes beza e oa ive galloud assambles ganthan, hag ar Spered-Santel, hag eun abondans vraz a breuvennou ; c’houi hoc’h-unan a oar penaos omp bet en em gomportet en ho touez, hag abalamour deoc’h.
(6) Hag ez oc’h bet henvel ouzomp-ni, hag ouz an Aotrou, dre m’oc’h euz recevet ar ger gant joa ar Spered-Santel, e-kreiz kalz a afflictionou ; (7) en hevelep doare ma’z oc’h deuet da veza skoueriou d’ar re holl ho deuz credet, er Macedonia hag en Akaia. (8) Rag, n’eo ket a-walc’h ma vez bet klevet ger an Aotrou euz ho pro er Macedonia hag en Akaia, mes ar feiz hoc’h euz en Doue a zo bet anavezet en pep leac’h, en hevelep doare n’hon euz ket ezom da gomz a gement-se. (9) Rag ho-unan e leveront pebez digemer hon euz bet diganeoc’h, ha penaos ez oc’h distroet euz an idolou da Zoue, evit servicha an Doue beo ha gwirion, (10) hag evit gortoz euz an env he Vab, pehini a zo bet resussitet ganthan a-douez ar re varo, Jesus, pehini a zelivr ac’hanomp euz ar goler da zond.
AG c’houi hoc’h-unan a oar, breudeur, penaos hon donedigez en ho touez n’eo ket bet difrouez ; (2) mes, petra-benag ma hor boa souffret araog, ha ma oamp bet tretet gant outraj, evel ma ouzoc’h, en Philippos, hon deuz kemeret hardiegez en hon Doue, da brezeg deoc’h Aviel Doue e-kreiz combajou braz. (3) Rag en hor c’helennadurez n’ez euz bet nag errol, na digarez impur, na tromplerez. (4) Mes, evel ma’z omp bet kavet dign gant Doue da veza fiziet enomp an Aviel, evel-se e komzomp, nann evit plijoud d’an dud, mes da Zoue, pehini a amprouv hor c’halonou. (5) Rag n’hon euz biskoas impliet, evel ma ouzoc’h, komzou da c’hounid grasou-mad an dud, na great netra dre avaristed ; Doue a zo test a gement-se. (6) Ha n’hon euz ket klasket ar gloar a zeu euz an dud, nag en ho touez, nag e-touez ar re all ; petra-benag ma c’hellemp, evel ebestel Jesus-Christ, poueza gant otorite, (7) koulskoude, ez omp bet dous en ho touez. Evel ma teu eur vagerez tener da gemer sourci euz he bugale he-unan, (8) evel-se, leun a zourci evidoc’h, e karjemp beza roet deoc’h, n’e ket hep-ken Aviel Doue, mes ive hor buez hon-unan, abalamour ma hor boa evidoc’h eur garantez vraz. (9) Rag c’houi hoc’h euz sonj, breudeur, euz hon labour hag euz hon poan. En eur labourat noz-deiz, evit na deujemp da zamma hini ac’hanoc’h, eo hon euz prezeget deoc’h Aviel Doue. (10) C’houi a zo test, ha Doue ive, peger santel ha pegen just, ha pegen direbech ez omp en em gomportet en ho touez-c’houi, pere a gred ; (11) ha gouzoud a rit ez omp bet evit pep hini ac’hanoc’h, evel eun tad evit he vugale ; (12) oc’h exhorti ac’hanoc’h, o rei deoc’h courac’h, hag o pedi stard ac’hanoc’h da heuil eur vuez dign a Zoue, pehini a c’halv ac’hanoc’h d’he rouantelez ha d’he c’hloar.
(13) Abalamour da gement-man ive, e rentomp grasou da Zoue heb ehan, o veza, pa hoc’h euz recevet diganeomp Ger Doue pehini a brezegomp, ma hoc’h euz hen recevet, nann evel ger an dud, mes (evel ma’z eo en gwirionez) Ger Doue, pehini a labour gant nerz enoc’h-c’houi pere a gred. (14) Rag c’houi, breudeur, a zo deuet da imita Ilizou Doue pere, er Jude, e zo er C’hrist Jesus ; ha gouzanvet hoc’h euz, a-berz tud ho pro, ar memeus traou evel an Ilizou-ze a-berz ar Judevien ; (15) pere ho deuz lakeat d’ar maro an Aotrou Jesus, hag ho frofeted ho-unan, hag ho deuz persecutet ac’hanomp, ha na blijont ket da Zoue, hag a zo adversourien d’an holl dud ; (16) pere a vir ouzomp prezeg d’ar Jentiled, evit ma vezint salvet, o leunia evel-se mui-ouz-mui ar muzul euz ho fec’hejou ; mes coler Doue a zo deuet varnezhe, evit lakaad eun termen da gement-se.
(17) Evidomp-ni, breudeur, o veza, abaoe eur pennad amzer, dispartiet ouzoc’h a gorf, mes nann a galon, hon euz bet seul-vui a c’hoant hag a brez d’ho kwelet a-nevez. (18) Dre-ze eo bet fellet deomp, d’in-me da vihana, Paol, mond d’ho pro eur vech ha zo-ken diou ; mes Satan hen deuz miret ouzomp kement-se. (19) Rag pehini eo hon esperans, pe hon joa, pe hon c’hurunen a c’hloar ? Ha n’eo ket c’houi ive, en prezans hon Aotrou Jesus-Christ, deiz he zonedigez ? (20) Ia, c’houi eo hor gloar, hag hon levenez.
RE-ZE, o veza na hellemp gortoz pelloc’h, eo bet gwelloc’h ganeomp choum hon-unan en Athen, (2) hag hon euz kasset Timoteus, hor breur, ministr da Zoue, hag hor c’hen-labourer en Aviel ar C’hrist, evit ho krenvaad, hag hoc’h exhorti divarben ho feiz ; (3) evit na deuio den da goll courach en afflictionou-man ; rag c’houi a oar hoc’h-unan penaos ez omp destinet da gement-se. (4) Ha, pa oamp ganeoc’h, e lavaremp deoc’h penaos e rankjemp kaoud afflictionou, ha kement-se a zo c’hoarvezet, her gouzoud a rit. (5) O veza eta ne hallen gortoz pelloc’h, e kassiz re all evit anaoud an doare euz ho feiz, gant aoun ne vec’h bet tromplet gant an tentatour, ha na vez eat hon labour da goll. (6) Mes Timoteus, o veza distroet, a-nevez zo, euz ho pro d’hor c’havoud, hen deuz digasset deomp kelou mad euz ho feiz hag euz ho karantez, hag hen deuz lavaret deomp e talc’hec’h bepred eur sonj vad ac’hanomp, gant c’hoant vraz d’hor gwelet, evel ma teziromp-ni ive ho kwelet. (7) Dre-ze, breudeur, ez omp bet consolet dre ho feiz, en hon holl afflictionou hag en hon holl enkreziou. (8) Rag breman e vevomp, pa’z eo gwir e choumit stard en Aotrou. (9) Ha pebez actionou a c’hras na hellomp-ni ket renta da Zoue abalamour deoc’h, evit an holl joa hon euz enoc’h dirag hon Doue ! (10) Hen pedi a reomp calonec meurbed, noz-deiz, ma c’hellimp gwelet ho pisach ha peur-leunia ar pez a vank d’ho feiz.
(11) Ra zeuio Doue he-unan, hon Tad, hag hon Aotrou Jesus-Christ, da ren hor c’hammajou etrezeg enoc’h. (12) Ha ra zeuio an Aotrou d’ho lakaad da greski er garantez ha d’he c’haoud enoc’h en abondans an eil e-kenver egile, hag e-kenver an holl, evel ma c’hoarvez ganeomp-ni en ho kenver ; (13) ha ra zeuio da grenvaad ho calonou, evit ma vezint direbech er zantelez dirag Doue hon Tad, pa zeuio hon Aotrou Jesus-Christ gant he holl zent.
-HEND-ALL, breudeur, e pedomp, hag ec’h adpedomp ac’hanoc’h dre an Aotrou Jesus, evit, hervez ma hoc’h euz desket ganeomp penaos e tleit bale evit plijoud da Zoue, ma her greot muioc’h-mui. (2) Rag gouzoud a rit pe seurt gourc’hemenou hon euz roet deoc’h en hano an Aotrou Jesus ; (3) rag setu aman bolontez Doue : ma veot rentet santel, ha ma en em virot ouz al libertinach, (4) ma teuio pep hini ac’hanoc’h da c’houzoud derc’hel he gorf er zantelez hag en honestis ; (5) heb en em rei d’ar ioulou direiz, evel ar Jentiled, pere na anavezont ket Doue. (6) Diwallit na zeufe den da drompla he vreur, na da ober gaou ouz he nessa en afferou ; rag an Aotrou eo an hini a denn venjans euz an holl draou-ze, evel ma hon euz ive hen lavaret ha testeniet deoc’h dija. (7) Rag, Doue n’hen deuz ket hor galvet d’al louzdoni, mes d’ar zantelez. (8) Dre-ze ’ta, an hini a ra disprij var gement-man, n’e ket var eun den eo e ra disprij, mes var Doue, pehini hen deuz roet deoc’h ive he Spered-Santel. (9) Evit ar pez a zell ar garantez euz an eil breur e kenver egile, n’hoc’h euz ket ezom e vez scrivet deoc’h ; rag c’houi hoc’h-unan a zo bet desket gant Doue d’en em garoud an eil egile ; (10) ha kement-se a rit ive e-kenver an holl breudeur pere a zo en holl Vacedonia ; mes ho pidi a reomp, breudeur, da greski mui-ouz-mui, (11) ha da veza aketus da veva en peoc’h, da ober hoc’h afferou hoc’h-unan, ha da labourat gant ho taouarn hoc’h-unan, evel ma hon euz gourc’hemenet deoc’h ; (12) evit ma valeot gant honestis e-kenver ar re a-ziaveaz, ha ma n’ho pezo ezom a netra.
(13) Hogen, na fell ket d’in, va breudeur, e vec’h heb deskadurez divarben ar re a zo maro, evit na veot ket tristeet, evel an dud all, pere n’ho deuz ket a esperans. (14) Rag mar credomp ez eo Jesus maro, hag ez eo resussitet, credomp ive penaos Doue a zigasso adare, dre Jesus, ar re a zo maro, evit beza assambles ganthan. (15) Rag ni a lavar an dra-man deoc’h dre c’her an Aotrou, penaos ni, ar re veo pere a vezo choumet evit donedigez an Aotrou, ne vezimp ket araog ar re a zo maro ; (16) rag an Aotrou he-unan a ziskenno euz an env, pa vezo roet ar signal, gant mouez eun arc’h-eal, ha gant eun drompil a Zoue ; hag ar re varo er C’hrist a resussito da-genta ; (17) goude-ze, ni ar re veo pere a vezo choumet, a vezo savet assambles ganthe var goabrennou, da zialben an Aotrou, en ear, hag evel-se e vezimp da viken gant an Aotrou. (18) Dre-ze en em gonsolit an eil egile gant ar c’homzou-man.
VIT ar pez a zell an amzeriou hag ar momanchou, breudeur, n’hoc’h euz ket ezom e vez scrivet deoc’h. (2) Rag c’houi hoc’h-unan a oar ervad, penaos deiz an Aotrou a zeuio evel eul laer en noz. (3) Rag pa livirint : Peoc’h hag assurans ! neuze eun distruj subit a zeuio varnezhe, evel ar gouentrou gant ar vreg a zo brazez ; ha na echappint ket. (4) Mes evidoc’h-hu, breudeur, n’emoc’h ket en devalijen, evit ma teufe an deiz-ze varnoc’h evel eul laer, (5) rag c’houi a zo holl bugale ar sclerijen, ha bugale an deiz ; n’omp ket euz an noz, nag euz an devalijen. (6) Rag-se na gouskomp ket evel ar re all, mes veillomp ha bezomp sobr. (7) Rag ar re a gousk, a gousk en noz ; hag ar re a zeu d’en em vezvi, hen gra en noz. (8) Mes ni pere a zo euz an deiz, bezomp sobr, o veza gwisket gant cuirassen ar feiz, hag ar garantez, ha gant tok-houarn an esperans euz ar zilvidigez. (9) Rag Doue n’hen deuz ket hon destinet d’ar goler, mes da gaoud ar zilvidigez dre hon Aotrou Jesus-Christ, pehini a zo bet marvet evidomp, (10) evit ma vevimp assambles ganthan, pe ni a vezo dihun, pe ni a vezo kousket. (11) Rag-se roit courach an eil d’egile, hag en em edifiit an eil egile, evel ma her grit ive.
(12) Hogen, ho pedi a reomp, breudeur, da gaoud respet evit ar re a labour en ho touez, hag a zo lakeat dreist-hoc’h hervez an Aotrou, hag a zo ouz ho kelen, (13) ha da gaoud ar brassa karantez evithe, abalamour d’ho labour. Bezit en peoc’h etrezoc’h. (14) Ho pedi a reomp, breudeur, gourdrouzit ar re a zo direiz, consolit ar re a zo dinerz a galon, harpit ar re febl, bezit leun a batianted e-kenver an holl. (15) Diwallit na zeufe hini ac’hanoc’h da renta da zen an droug evit an drouk ; mes heullit bepred ar pez a zo mad, hag etrezoc’h, hag e-kenver an holl.
(16) Bezit joaus bepred. (17) Pedit heb ehan. (18) Rentit grasou en pep tra ; rag kement-se eo bolontez Doue en Jesus-Christ en ho kenver. (19) Na vougit ket ar spered. (20) Na zisprijit ket ar profesiou. (21) Amprouvit an holl draou ; dalc’hit stard ar pez a zo mad. (22) En em virit euz a bep apparans a zrouk.
(23) Ha ra zeuio an Doue a beoc’h he-unan, d’ho santifia holl, ha ra vezo kement a zo enoc’h, ar spered, an ene hag ar c’horf miret divlam da zonedigez hon Aotrou Jesus-Christ ! (24) An hini hen deuz ho kalvet, a zo fidel, hag ober a rai kement-se.
(25) Breudeur, pedit evidomp.
(26) Saludit an holl vreudeur gant eur pok santel. (27) Me ho ped stard dre an Aotrou, ma vezo lennet al lizer-man d’an holl vreudeur santel.
(28) Gras hon Aotrou Jesus-Christ ra vezo ganeoc’h ! Amen.
AOL, Silvan ha Timoteus, da Iliz an Thessalonied pehini a zo en Doue hon Tad, hag en Aotrou Jesus-Christ. (2) Gras deoc’h ha peoc’h digant Doue an Tad, hag an Aotrou Jesus-Christ.
(3) Trugarekaad a dleomp Doue bepred evidoc’h, breudeur, evel ma’z eo deread, pa’z eo gwir e cresk meurbed ho feiz, ha ma teu da veza brassoc’h ho karantez holl an eil e-kenver egile, (4) en hevelep doare ma tennomp gloar ac’hanoc’h en Ilizou Doue, abalamour d’ho patianted ha d’ho feiz en hoc’h holl bersecutionou hag en afflictionou a c’houzanvit, (5) ar pez a zo eur breuven euz ar varnedigez just a Zoue, evit ma veot rentet dign euz a rouantelez Doue, evit pehini e c’houzanvit. (6) Rag just eo dirag Doue, ma rentfe affliction d’ar re a afflij ac’hanoc’h, (7) ha ma rofe deoc’h-hu pere a zo afflijet, ar repos ganeomp-ni, pa zeuio an Aotrou Jesus-Christ euz an env gant elez he c’halloud, e-kreiz flammou-tan, (8) evit tenna venjans euz ar re na anavezont ket Doue, ha na zentont ket ouz Aviel hon Aotrou Jesus-Christ. (9) Souffr a raint ho funition, eur gollidigez eternel, pell euz a brezans an Aotrou, hag euz ar gloar euz he c’halloud ; (10) pa zeuio en devez-ze, da veza glorifiet en he zent, ha da veza admiret er re holl ho devezo credet ; (rag c’houi hoc’h euz credet d’hon testeni.) (11) Abalamour da ze ive, ni a bed heb ehan evidoc’h, evit ma teui hon Doue d’ho renta dign euz ar vocation hoc’h euz bet, ha da accomplissa gant nerz enoc’h an holl sonjezonou mad euz he vadelez, hag oeuvr ar feiz ; (12) evit ma vezo hano hon Aotrou Jesus-Christ glorifiet enoc’h, ha c’houi enhan, hervez gras hon Doue, hag hon Aotrou Jesus-Christ.
VIT ar pez a zell donedigez hon Aotrou Jesus-Christ, hag hon union adare ganthan, (2) e pedomp ac’hanoc’h breudeur, n’en em lezot ket da veza troublet gant neubeud a dra en ho sonjezonou, ha da veza lakeat nec’het gant eun inspiration, pe eur gomz, pe eul lizer-benag a vez lavaret deoc’h a zeufe diganeomp, evel pa vefe tost dervez ar C’hrist. (3) Diwallit na zeufe den d’ho trompla en doare e-bed ; rag red eo e vez deuet da-genta ar revolt, hag e vez bet diskouezet den ar pec’hed, mab ar gollidigez, (4) an enebour hag an hini a zav dreist kement a c’halver Doue, pe a adorer, beteg dond da azeza evel Doue en templ Doue, o lavaret he-unan ez eo Doue .... (5) Ha n’hoc’h euz-hu ket a zonj penaos, pa oann c’hoas ganeoc’h, e lavaren an traou-man deoc’h ? (6) Ha c’houi a oar petra a harz anezhan breman, evit ne vezo diskouezet nemed pa vezo deuet he amzer. (7) Rag myster ar fallentez a labour dija ; o c’hortoz hep-ken ma vezo distrujet an hini a stourm outhan breman. (8) Ha neuze en em diskouezo an impi-ze, pehini a vezo distrujet gant an Aotrou dre ar c’houezaden euz he c’henou, hag a vezo kasset da netra gant ar skeud euz he zonedigez. (9) Donedigez an impi-ze a vezo great gant nerz Satan, gant peb seurt galloud, gant burzudou ha miraclou faoz, (10) ha gant holl dromplerez an injustis e-touez ar re a ia da goll, dre n’ho deuz ket recevet ar garantez euz ar wirionez evit beza salvet. (11) Abalamour da ze Doue a gasso dezhe eur spered nerzus a errol, evit ma credint er gaou ; (12) evit ma vezo condaonet ar re holl pere n’ho deuz ket credet d’ar wirionez, mes ho deuz kemeret plijadur er fallentez.
(13) Mes evidomp-ni, breudeur muia-karet gant an Aotrou, ni a dle renta heb ehan grasou da Zoue abalamour deoc’h, dre ma hen deuz Doue choazet ac’hanoc’h adaleg ar pen-kenta evit ar zilvidigez dre zanctification ar Spered, ha dre ar feiz er wirionez ; (14) ho kalvet hen deuz da gement-se dre hon Aviel, evit m’ho pezo ar gloar euz hon Aotrou Jesus-Christ. (15) Dre-ze, breudeur, choumit ferm ha dalc’hit mad ar c’helenadurezou hon euz roet deoc’h, pe dre hor c’homz, pe dre hon lizerou.
(16) Hogen ra zeui hon Aotrou Jesus-Christ he-unan, ha Doue hon Tad, pehini hen deuz hor c’haret, hag hen deuz roet deomp eur gonsolation eternel, hag eun esperans vad dre he c’hras, (17) da gonsoli ho calonou, ha d’ho krenvaad en pep deskadurez santel hag en pep oeuvr vad.
-HEND-ALL, breudeur, pedit evidomp, evit ma vezo ger an Aotrou libr da redec, ha ma vezo glorifiet dre-holl, evel ma’z eo en ho touez ; (2) ha ma vezimp delivret euz a dud noazus ha drouk ; rag an holl n’ho deuz ket ar feiz. (3) An Aotrou a zo fidel hag a grenvaio ac’hanoc’h, hag ho miro euz an drouk. (4) Ha bez’ hon euz ar fizians-man en ho kenver en Aotrou, penaos e rit hag e reot an traou a c’hourc’hemenomp deoc’h. (5) Ra zeuio an Aotrou da ren ho calonou da garantez Doue, ha da c’hortoz ar C’hrist gant patianted.
(6) Breudeur, recommandi a reomp deoc’h ive, en hano hon Aotrou Jesus-Christ, pellaad diouz peb breur hag a vev en dizurz, ha nann hervez ar gelennadurez hen deuz recevet diganeomp. (7) Rag gouzoud a rit hoc’h-unan penaos e tleit imita ac’hanomp, pa’z eo gwir n’hon euz ket bevet en ho touez en dizurz, (8) ha n’hon euz debret bara den e-bed evit netra, mes ma’z omp bet er skuizder, hag er boan, o labourat noz-deiz, evit miret da zamma hini ac’hanoc’h. (9) N’e ket dre ma n’hon doa ket a urz d’hen ober, mes evit rei deoc’h enomp hon-unan eur skouer deoc’h da imita. (10) Rag ive pa oamp ganeoc’h, e lavaremp deoc’h freaz, penaos piou-benag na fell ket dezhan labourat, na dle ket dibri ken neubeud. (11) Koulskoude e klevomp lavaret penaos ez euz hinienou en ho touez hag a vev en dizurz ; ne labouront ket, ha koll a reont ho amzer en traou didalvoudus. (12) Hogen, alia a reomp ar re a zo evel-se, hag e pedomp anezhe dre hon Aotrou Jesus-Christ, da labourat en peoc’h, evit gounid ar bara a zebront. (13) Evidoc’h-hu, breudeur, na skuizit ket oc’h ober ar mad. (14) Ha mar d’euz unan-benag ha na zent ket ouz ar pez a leveromp dre al lizer-man, taolit pled dezhan, ha na zarempredit ket anezhan, evit m’hen devezo mêz. (15) Koulskoude, na gemerit ket anezhan evel eun adversour, mes kelennit anezhan evel eur breur.
(16) Ra zeuio an Aotrou a beoc’h da rei deoc’h he-unan ar peoc’h en pep tra hag en peb amzer ! Ra vezo an Aotrou ganeoc’h holl !
(17) Ar zalud a zo euz va dorn va-unan, me, Paol ; hennes eo va zinatur em holl lizerou ; evel-se eo e scrivan. (18) Gras hon Aotrou Jesus-Christ ra vezo ganeoc’h holl ! Amen.
AOL, abostol Jesus-Christ, hervez gourc’hemen Doue, hor Zalver, hag an Aotrou Jesus-Christ, hon esperans, da Dimoteus, va gwir vab er feiz. (2) Gras, trugarez ha peoc’h a-berz Doue hon Tad, ha Jesus-Christ hon Aotrou.
(3) Exhorti a ran ac’hanoud, evel m’em euz great dija pa guitaiz Macedonia, da choum en Ephesus evit recommandi da eur certen tud diwall da brezeg eun doctrin estranjour, (4) ha d’en em rei da fablennou ha da ligneou ha n’ho deuz fin e-bed, pere a laka da zevel disputou, e-leac’h edifia en Doue dre ar feiz. (5) Ar fin euz ar gourc’hemen eo ar garantez, pehini a zeu euz a eur galon bur, euz a eur goustians vad, hag euz a eur feiz leal. (6) Lod anezhe, o veza dilezet kement-se, a zo en em faziet gant ho c’homzou didalvoudus ; (7) o pretanti ez int doctored euz al lezen, petra-benag ne gomprenont nag ar pez a leveront, nag ar pez a assuront. (8) Hogen, ni a oar penaos al lezen a zo mad evit an hini a ra eun usach vad anezhi, (9) evit an hini a oar penaos al lezen n’eo ket bet great evit an den just, mes evit ar re direiz ha dizent, an dud impi hag ar bec’herien, ar re n’ho deuz relijion e-bed, ar re ne reont van e-bed euz ar pez a zo santel, evit muntrerien ho zad hag ho mam, hag ar re a laz tud all, (10) evit an dud libertin, ar re a ra louzdoni gant goazed, laeron tud, an dud gaouiad, ar re a ra leou faoz, ha kement tra a zo control d’an doctrin vad, (11) hervez Aviel glorius an Doue benniget, pehini a zo bet fiziet enoun-me.
(12) Ha trugarekaad a ran Jesus-Christ hon Aotrou, pehini hen deuz va c’hrenveet, abalamour ma hen deuz kavet ac’hanoun fidel, ouz va lakaad en he zervich, (13) me pehini a oa diagent eur gwall-gomzer, eur persecuter, eun den ter ; mes kavet em euz trugarez, abalamour ma em euz great kement-se dre ignorans, o veza ne greden ket. (14) Ha gras hon Aotrou a zo cresket dreist bar enoun, assambles gant ar feiz hag ar garantez a zo en Jesus-Christ. (15) Ar gomz-man a zo gwir ha dign a bep fizians : Jesus-Christ a zo deuet er bed evit savetei ar bec’herien, a bere ez oun ar c’henta. (16) Mes abalamour da gement-man eo em euz kavet trugarez, evit ma teuje Jesus-Christ da ziskouez, enoun-me da genta, eur vadelez parfet, evit servichoud da skouer d’ar re a gredo enhan, evit ar vuez eternel. (17) Da Roue an holl amzeriou, immortel, hag invisibl, da Zoue en pehini hep-ken ema ar furnez, ra vezo rentet henor ha gloar da viken ! Amen.
(18) Ar c’hemen-man a roan d’id, va mad Timoteus, hervez ar profesiou a zo bet great a-ziaraog divar da ben, ma combatti hervez ar profesiou-ze ar gombat vad, (19) o terc’hel ar feiz hag eur goustians vad ; hinienou o veza kollet ar goustians vad-ze, ho deuz great naufrach e-kenver ar feiz ; (20) en niver ar re-ze ema Hymeneus hag Alexandr, pere em euz livret da Satan, evit ma teskint diwall da lavaret gwall-gomzou.
XHORTI a ran eta, araog pep tra, ma vezo great goulennou, pedennou, supplicationou hag actionou a c’hras evit an holl dud ; (2) evit ar rouane, hag ar re holl a zo er c’hargou huel, evit ma c’hellimp heuil en peoc’h eur vuez tranqil, en pep piete hag honestis. (3) Rag kement-se a zo mad ha deread dirag daoulagad Doue hor Zalver, (4) pehini a fell dezhan e vez salvet an holl dud, ha ma teufent da anaoud ar wirionez ; (5) rag n’euz nemed eun Doue hep-ken, hag eur Mediator hep-ken etre Doue hag an dud, an den Christ Jesus, (6) pehini a zo en em roet he-unan da rançon evit an holl ; hennes eo an desteni roet en he amzer. (7) Evit an desteni-ze eo, (ar wirionez a lavaran er C’hrist, ne lavaran ket a c’hevier,) ez oun bet lakeat da brezeger, da abostol ha da zoctor d’ar Jentiled er feiz hag er wirionez.
(8) Me a fell d’in eta e pedfe an dud en pep leac’h, o sevel daouarn pur, hep coler hag hep chican ; (9) hag er memeus doare ive, ma teui ar gragez d’en em gempen gant dillad deread, gant furnez ha gant honestis, n’e ket gant bleo ganset, na gant aour, perlez ha dillad coustus ; (10) mes gant oberou mad, evel ma tere ouz merc’hed hag a ra profession da zervicha Doue. (11) Ra zeui ar vaouez da zelaou ar gelennadurez er silans, gant pep soumission ; (12) rag ne bermettan ket d’ar vaouez kelen, na kemeret otorite var ar goaz ; mes ar silans a dle da zerc’hel. (13) Rag Adam a zo bet great da genta, hag Eva goude-ze. (14) Ha n’e ket Adam a zo bet tromplet ; mes ar vaouez, o veza bet tromplet, a zo bet kwezet er pec’hed. (15) Koulskoude saveteet e vezo o tond da veza mam, mar kendalc’h gant modesti er feiz, er garantez hag er zantelez.
R gomz-man a zo gwir : Mar deu unan-benag da c’hoantaad ar garg a eskop, eun oeuvr vad meurbed eo a c’hoanta. (2) Red eo eta da eun eskop beza didamal, pried da eur vreg hep-ken, moderet, leun a evez, renket-mad, prest da zigemer en he di, capabl da gelen ; (3) arabat eo e vez douget d’ar gwin, na ter, na douget d’ar gounid dizhonest, mes dous, aketus da dec’het euz ar c’hannou, hag heb avaristed, (4) eun den hag a c’houarn mad he di, o terc’hel he vugale en doujans, gant pep honestis. (5) Rag mar d’euz unan-benag ha na oar ket gouarn he di he-unan, penaos ec’h hallo hen gouarn Iliz Doue ? (6) Arabat eo e vez nevez convertisset, gant aoun, o veza c’houezet gant an ourgouil, na deufe da gweza e condaonation an diaoul. (7) Red eo ive hen defe testeni vad digant ar re a-ziaveaz, gant aoun ne gwezfe, en dismegans hag en pech an diaoul.
(8) Er memeus doare, ra vezo an diaconed tud poellec, hep tromplerez ; arabat eo e vent douget d’ar gwin, na d’ar c’hounidegez disleal ; (9) o terc’hel stard myster ar feiz gant eur goustians pur. (10) Ha ra vezo ar re-man, ive eprouvet da genta : ha ma raint neuze ho c’harg, mar d’int didamal. (11) Er memeus doare, ho gragez a dle beza merc’hed a zoare, diwall ouz an drouk-prezegerez, beza fur, ha fidel en pep tra. (12) Ra n’ho devezo an diaconed nemed eur vreg hep-ken, o ren mad ho bugale hag ho ziez ho-unan. (13) Rag ar re ho devezo great mad ar garg-se, a c’hounez eur renk henorabl, hag eur fizians vraz er feiz a zo er C’hrist Jesus.
(14) An traou-man a scrivan d’id, oc’h esperout mond hep dale d’az kavout, (15) mes mar talean pell, evit ma ouezi penaos e tleer en em gomporti en ti Doue, pehini eo Iliz an Doue beo, ar pilier hag ar fount euz ar wirionez. (16) Hag, evel ma teu an holl d’hen anzav, braz eo ar myster euz ar biete : Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, a zo bet justifiet dre ar Spered, gwelet gant an elez, prezeget d’ar Jentiled, credet er bed, ha savet er gloar.
R Spered a lavar sclear penaos en amzeriou diveza darn a droio kein d’ar feiz, oc’h en em rei da sperejou tromplus, ha da zoctrinou an droug-sperejou ; (2) dre hipocrizi doctored faoz, euz a bere ar goustians a vezo merket gant an houarn tom, (3) o tifen dimezi, hag o c’hourc’hemen en em briva euz a voued pere a zo bet crouet gant Doue, evit ma teuio ar re a gred hag ar re ho deuz anavezet ar wirionez da ober usach anezhe gant actionou a c’hras. (4) Rag kement tra a zo bet crouet gant Doue, a zo mad, ha netra na dle beza taolet kuit, pa rer usach anezhan gant actionou a c’hras ; (5) rag santifiet eo dre c’her Doue, ha dre ar beden.
(6) En eur lakaad an traou-ze d’ar breudeur, dirag ho daoulagad, e vezi eur servicher mad da Jesus-Christ, maget gant komzou ar feiz hag an doctrin vad ec’h euz heulliet gant aked. (7) Mes taol diouzid ar fablennou profan ha sod, ha laka da boan da greski er biete. (8) Rag an exercis euz ar c’horf n’eo talvoudec nemed evit neubeud a dra ; mes ar biete a zo talvoudec evit pep tra, o veza m’he deuz ar bromessa euz ar vuez-man hag euz an hini da zond. (9) Ar gomz-man a zo gwir, ha dign euz a bep fizians. (10) Rag abalamour ma c’hesperomp en Doue beo, pehini eo Salver an holl dud, ha dreist pep tra Salver an dud fidel, eo ec’h anduromp kement a labouriou ha kement a zismegans. (11) Kemen ha desk an traou-ze. (12) Ra ziwallo pep den da ober disprij var da yaouankiz ; mes bez da-unan eur skouer d’ar re a gred, dre ar gomz, dre ar vuez vad, dre ar garantez, dre ar spered, dre ar feiz, dre ar burete. (13) Ken a zeuin, en em ro da lenn, da exhorti, da gelen. (14) Na lez ket didalvoud an donezon a zo enoud, pehini a zo bet roet d’id dre ar brofesi, pa ho deuz conseil ar re Ancien astennet ho daouarn varnoud. (15) Sonj mad en traou-ze, dalc’h da spered bepred sourciet ganthe, evit ma vezo anat en pep tra penaos e creskez. (16) Laka evez ouzid da-unan hag ouz an doctrin ; kendalc’h en traou-ze, rag en eur ober kement-se, en em zavetei da-unan, hag ar re a zelaou ac’hanoud.
A repren ket rust eun den koz ; mes exhort anezhan evel eun tad ; an dud yaouank evel breudeur ; (2) ar gragez koz evel mammou ; ar re yaouank evel c’hoarezed, gant pep purete.
(3) Rent henor d’an intanvezed pere a zo gwir intanvezed. (4) Mes mar he deuz eun intanvez-benag bugale, pe bugale d’he bugale, ra zeskint da genta henori ho famill ho-unan, ha renta d’ho zadou ha d’ho mammou ar pez ho deuz bet diganthe ; rag kement-se a zo mad hag agreabl da Zoue. (5) Hogen, an hini a zo gwir intanvez hag a zo choumet he-unan, a esper en Doue hag a gendalc’h er beden hag en orezon noz-deiz. (6) Mes an hini a vev er plijadurezou, a zo maro hag hi o veva. (7) Kemen dezhe an traou-ze eta, evit ma vezint direbech. (8) Mar d’euz unan-benag ha na zeu ket da bourvei d’he dud, ha dreist-holl d’ar re euz he di he-unan, hennes hen deuz nac’het ar feiz, hag a zo gwassoc’h eged eur paian. (9) Eun intanvez na dle ket beza lakeat var ar rol, nemed oajet e vez a dri-ugent vloaz, hag intanvez euz eur pried hep-ken ; (10) ha nemed beza he defe an desteni euz he oeuvrou mad, an desteni da veza savet he bugale, da veza digemeret an estranjourien, gwalc’het ho zreid d’ar Zent, sicouret an dud afflijet, ha da veza lakeat he foan en peb seurt oeuvrou mad. (11) Mes diwall da receo an intanvezed yaouankoc’h ; rag pa zeu al lubricite d’ho lakaad a-enep ar C’hrist, e fell dezhe dimezi ; (12) ha kement-se a reont evit ho c’hondaonation, abalamour ma ho deuz dilezet ho feiz kenta. (13) Ha gant kement-se e teskont beza didalvez, o rodal euz an eil ti d’egile ; ha n’int ket hep-ken didalvez, mes ive barbillerezed ha merc’hed curius, ha lavaret a reont traou ha n’int ket deread. (14) Me a fell d’in eta e teufe ar re yaouank da zimezi, da gaoud bugale, da c’houarn ho zi, ha ne rofent d’an enebour leac’h e-bed da zroug-komz. (15) Rag hinienou a zo dija troet da heuil Satan. (16) Mar hen deuz eur goaz pe eur vaouez fidel-benag intanvezed, sicourint anezhe, ha na lezit ket an Iliz da veza bec’hiet ganthe, evit ma hello sicour ar re a zo gwir intanvezed.
(17) Ra vezo ar re Ancien hag a c’houarn mad, istimet dign euz a eun henor doubl ; dreist-holl ar re a labour evit prezeg hag evit kelen. (18) Rag ar Scritur a lavar : Ne vinelli ket an eujen a zo o torna an ed ; hag al labourer a zo dign euz he bae. (19) Na zigemer tamal e-bed a-enep unan euz ar re Ancien, nemed beza e vefe daou pe dri dest. (20) Repren, dirag an holl, ar re a bec’h, evit m’ho devezo ar re all aoun ive.
(21) Da gonjuri a ran dirag Doue, dirag an Aotrou Jesus-Christ, hag an elez choazet, da viret an traou-man heb beza douget evit den, ha da ziwall ne rafez netra dre breferans. (22) Ne asten da zaouarn var den re vuhan, ha na gemer ket lod en pec’hejou ar re all, en em vir pur da-unan. (23) Na gendalc’h ket da eva dour hep-ken ; mes kemer eun neubeud gwin, abalamour da c’hestomac ha d’an diezamanchou a gwez varnoud alies.
(24) Pec’hejou darn euz an dud a zo sclear da velet, memeus araog ma vent barnet ; mes beza ez euz pec’hejou all ha na veler nemed goude. (25) Er memeus doare ive oberou mad darn a zo sclear da velet ; ha ma n’int ket sclear dioc’h-tu, ne hellont ket choum kuzet.
A zeuio ar mevelien a zo dindan ar yeo a esclavach, da gonsideri ho mistri evel dign a bep respet, evit na vezo ket gwall-gomzet divar-ben hano Doue hag he zoctrin ; (2) hag ar re ho deuz tud a feiz evit mistri, diwallint d’ho disprijout, var digarez ma’z int breudeur ; mes ra zeuint d’ho zervicha gwelloc’h a ze, abalamour ma’z int tud a feiz, tud karet-mad, hag a laka ho foan da ober vad dezhe. Desk an traou-man dezhe, hag exhort anezhe d’ho miret.
(3) Mar deu eun den-benag da gelen en eun doare all, ha mar n’en em ro ket da gomzou a zilvidigez hon Aotrou Jesus-Christ, ha d’an doctrin a zo hervez ar biete, (4) hennes a zo c’houezet gant an ourgouil, ha ne oar netra ; mes klanv eo gant klenved ar procezou hag an disput var ar c’homzou, hag ac’hane e teu an anvi, ar c’hannou, an droug-prezegerez, ar sonjezonou fall divarben ar re all, (5) hag an disputou inutil etre tud hag a zo corrompet ho spered, privet euz ar wirionez, ha pere a laka ar biete da veza eur zourcen a c’hounidegez. En em disparti euz ar seurt tud-se.
(6) Hogen, ar biete gant eur spered contant a zo eur c’hounidegez vraz. (7) Rag n’hon euz digasset netra er bed, hag a-dra-sur na hellomp kas ganeomp netra er meaz anezhan. (8) Dre-ze, gant m’hon devezo boued ha peadra d’en em viska, n’hon euz ezom euz a netra en tu-all. (9) Mes ar re a fell dezhe beza pinvidic, a gwez en tentation hag en eur pech, hag en meur a c’hoant sod ha noazus, pere a veuz an dud er vizer, hag o c’has da goll. (10) Rag ar garantez evit an arc’hant eo ar c’hrizien euz a bep droug ; ha darn o veza possedet gant ar garantez-ze, ho deuz troet kein d’ar feiz, hag a zo en em daolet ho-unan er poaniou brassa.
(11) Mes te, O den Doue ! tec’h diouz an traou-ze, ha klask ar justis, ar biete, ar feiz, ar garantez, ar batianted an dousder. (12) Combat ar gombat vad euz ar feiz, tap crog er vuez eternel, da behini ez oud bet ive galvet, hag en abek da behini ec’h euz great eur brofession vad dirag kalz a destou. (13) Me a ali stard ac’hanoud dirag Doue, pehini a ro buez d’an holl draou, ha dirag Jesus-Christ, pehini dirag Pons-Pilat a reaz eur govezion gaer, da viret ar gourc’hemen, (14) hep tarch e-bed ha didamal, beteg donedigez hon Aotrou Jesus-Christ ; (15) pehini a vezo diskouezet en he amzer gant an hini a zo eürus, ha n’euz hini Souveren e-bed nemerthan, gant Roue ar rouane, Aotrou an aotronez, (16) pehini hep-ken na hell ket mervel, hag a choum en eur sclerijen ha na heller ket tostaad outhi, ha n’eo ket bet gwelet, ha na hell beza gwelet gant den ; dezhan an henor hag ar galloud da viken ! Amen.
(17) Kemen d’ar re a zo pinvidic er bed-man, na vezint ket ourgouillus, na lakaint ket ho fizians er pinvidigezou a heller da goll, mes en Doue beo, pehini a ro deomp en abondans pep tra da jouissa anezhe ; (18) ma raint vad, ma vezint pinvidic en oberou mad, prest da rei, da zioueret lod euz ho danvez ; (19) o tastum evel-se evit an amzer da zond eun tenzor savet var eur fondamant vad, evit gallout kaoud ar vuez eternel.
(20) O Timoteus ! mir ar pez a zo bet fiziet enoud, oc’h en em virout diouz ar c’homzou didalvoudec ha dizantel, hag euz a zisputou eur skiant galvet evel-se en faoz ; (21) hinienou o veza heulliet ar skiant-se, ho deuz troet kein d’ar feiz.
Ra vezo ar c’hras ganez ! Amen.
AOL, abostol Jesus-Christ, dre volontez Doue, evit annons ar bromessa euz ar vuez a zo en Jesus-Christ, da Dimoteus, va mab muia-karet. (2) Gras, trugarez ha peoc’h aberz Doue an Tad, ha Jesus-Christ hon Aotrou !
(3) Trugarekaad a ran Doue pehini a zervichan gant eur goustians pur, evel ma ho deuz great va zadou, rag, noz-deiz, e ran memor ac’hanoud em fedennou, (4) o kaout sonj euz da zaelou, o kaoud eur c’hoant vraz da velet ac’hanoud, evit ma vezin karget a joa, (5) hag o terc’hel sonj euz ar feiz gwirion a zo enoud, hag a zo bet da genta en da vam-goz Loïsa, ha goude-ze en da vam Eunis, hag a zo enoud-de ive, me a zo sur-mad.
(6) Abalamour da ze me a zigas sonj d’id da vewaad a-nevez an donezon a Zoue a zo bet roet d’id pa astenniz va daouarn varnoud. (7) Rag Doue n’hen deuz ket roet deomp eur spered a abafder, mes eur spered a c’halloud, a garantez hag a furnez. (8) Dre-ze, diwall da gaoud mêz euz a desteni hon Aotrou, nag ac’hanoun-me, he brizonier ; mes gouzanv assambles ganen evit an Aviel, dre ar gailoud a Zoue, (9) pehini hen deuz hor zaveteet, hag hor galvet dre eur c’halvedigez zantel, nann hervez hon oberou, mes hervez he volontez he-unan, hag ar c’hras a zo bet roet deomp en Jesus-Christ araog an holl amzeriou, (10) hag a zo bet discleriet breman dre zonedigez hor Zalver Jesus-Christ, pehini hen deuz distrujet ar maro, hag hen deuz rentet anat ar vuez hag an immortalite dre an Aviel, (11) evit pehini ez oun bet lakeat da brezeger, da abostol, ha da zoctor ar Jentiled. (12) Abalamour da ze ive eo e souffran an traou-man ; koulskoude n’em euz ket a vêz, rag gouzoud a ran en piou em euz credet, hag em euz an assurans penaos, dre he c’halloud, e viro beteg an deiz-ze ar pez em euz fiziet enhan. (13) Dalc’h mad er feiz hag er garantez a zo en Jesus-Christ, ar model euz an instructionou mad ec’h euz klevet ganen. (14) Mir, dre ar Spered-Santel pehini a ra he zemeurans enomp, an dra vad-se a zo bet roet d’id da ziwall.
(15) Gouzoud a rez ez oun bet dilezet gant ar re holl a zo en Azi, e-touez pere ema Phyjell hag Hermojen. (16) Doue da rei trugarez da famill Oneziphor ; rag alies hen deuz va c’honsolet, ha n’hen deuz ket bet a vez euz va chadennou. (17) Er c’hontrol, pa’z eo bet e Rom, hen deuz va c’hlasket gant kalz a boan, hag hen deuz va c’havet. (18) Ra zeui an Aotrou da rei dezhan ar c’hras da gaout trugarez digant an Aotrou en deiz-ze. Ha te a oar gwelloc’h eged den all e-bed, pegement eo bet util d’in en Ephesus.
EUZ eta, te, va mab, da grenvaad er c’hras a zo en Jesus-Christ. (2) Hag an traou ec’h euz klevet ganen, dirag kalz a destou, laka anezhe etre daouarn tud fidel, pere a vezo ive capabl d’ho diski d’ar re all. (3) Te eta, gouzanv ar poaniou evel eur zoudard mad da Jesus-Christ. (4) Den e-bed pa vez er brezel, na zeu d’en em luya gant traou ar vuez-man, evit plijoud d’an hini hen deuz he anrollet evit ar brezel. (5) Hag ive, mar deu unan-benag da gombatti er c’hourennadegou, ne vez curunet nemed combatet hen defe hervez al lezennou. (6) Red eo d’an tiec labourad, araog dastum ar frouez. (7) Taol evez ouz ar pez a lavaran, ha Doue da rei d’id skiant en pep tra.
(8) Dalc’h sonj euz a Jesus-Christ, savet a-douez ar re varo, ganet euz a raç David, hervez va Aviel, (9) evit pehini e souffran poan, beteg beza liammet evel eun torfetour, mes ger Doue n’eo ket liammet. (10) Kement-se a zo caoz ma c’houzanvan an holl draou abalamour d’ar re choazet, evit ma c’hellint ive kaoud ar zilvidigez a zo en Jesus-Christ, gant ar gloar eternel. (11) Gwir eo ar gomz-man : Mar marvomp assambles ganthan, e vevimp ive assambles ganthan. (12) Mar gouzanvomp assambles ganthan, e renimp ive assambles ganthan ; mar nac’homp anezhan, hen ive a nac’ho ac’hanomp ; (13) mar n’omp ket fidel, hen a choum fidel koulskoude ; na hell ket en em nac’h he-unan.
(14) Digas dezhe memor euz an traou-man, o testenia dezhe a-zevri dirag an Aotrou, e tleer diwall da zisput divarben komzou goullo, n’int mad nemed da goll ar re a zelaou anezhe. (15) Bez aketus d’en em diskouez evel eun den amprouvet dirag Doue, evel eul labourer divlam, o tispans gant eünder ar gomz a wirionez. (16) Mes diwall euz ar c’homzou dizantel ha vên ; rag ar re a zo techet dezhe a gwez ato muioc’h-mui en impiete ; (17) hag ho c’homz a zebro evel ar c’hangren. E niver ar re-ze ema Hymene ha Philet, (18) pere ho deuz troet kein d’ar wirionez, o lavaret penaos ar resurrection a zo dija c’hoarvezet, hag a ziskar evel-se feiz hinienou. (19) Koulskoude ar fondamant stard a Zoue a choum, o kaoud ar ziel-man : An Aotrou a anavez ar re a zo dezhan ; ha c’hoas ; Piou-benag a c’halv hano ar C’hrist, ra zilezo an injustis. (20) En eun ti braz n’euz ket hep-ken vesseliou aour hag arc’hant, mes ive vesseliou coat ha pri ; darn evit eun usach henorabl, darn all evit eun usach disteroc’h. (21) Mar deu unan-benag eta d’en em zerc’hel pur euz an traou-ze, e vezo eur vessel a henor, santifiet, talvoudec evit usach ar mestr, ha preparet evit peb oeuvr vad. (22) Tec’h ive ouz c’hoantadennou ar yaouankiz, ha klask ar justis, ar feiz, ar garantez hag ar peoc’h gant ar re a c’halv an Aotrou gant eur galon bur. (23) Ha taol kuit diouzid ar c’histionou foll, e pere n’euz deskadurez e-bed, o c’houzoud penaos e teu chican anezhe. (24) Hogen, arabad eo da zervicher an Aotrou karet an disput ; mes dous e tle beza e-kenver an holl, mad da gelen, leun a batianted ; (25) o lakaad gant dousder he adversourien en hent mad, o c’hortoz ma plijo gant Doue ho lakaad da gaoud keuz, ha da zond da anaoud ar wirionez, (26) evit en em diluya euz a bechou an diaoul, pehini ho dalc’h dindan-han pleget d’he volontez.
OGEN, red eo d’id gouzout penaos en deveziou diveza e teui gwall-amzeriou. (2) Rag an dud a vezo touellet ganthe ho-unan ha gant an arc’hant, fougeerien, ourgouillus, gwall-deodou, dizent ouz ho zad hag ouz ho mam, (3) dizanaoudec, impi, hep carantez naturel, dibardon, droug-prezegerien e-faoz, diroll, didruez, leun a gassoni evit an dud vad, (4) treitourien, ter, c’houezet gant an ourgouil, douget d’ar blijadur muoc’h eged da Zoue, (5) o kaoud an apparans euz ar biete, mes o veza nac’het an nerz anezhi. (6) Pella ive diouz an dud-se. E niver euz ar re-ze ema ar re a ia en tiez, hag a c’hounid merc’hed paour karget a bec’hejou, sklejet gant pep seurt ioulou fall ; (7) pere a zo atao o teski, heb gallout biken dond a-ben da anaoud ar wirionez. (8) Hag evel ma teuaz Jannes ha Jambres da enebi ouz Moises, evel-se ive ar re-man a stourm ouz ar wirionez ; tud a spered corrompet, ha reprouvet evit ar pez a zell ar feiz. (9) Mes n’ez aint ket pelloc’h ; rag ho follentez a vezo anavezet gant an holl, evel ma oe ive hini an daou-ze. (10) Evidoud-te, ec’h euz heulliet va doctrin, va buez, va dessein, va feiz, va fatianted, va c’harantez, va hir-c’houzanvedigez, (11) va fersecutionou ha va zouffransou, evel ar re a c’hoarvezaz ganen en Antiokia, en Iconium, en Lystra. Pebez persecutionou em euz-me gouzanvet ! Hag an Aotrou hen deuz va delivret anezhe holl. (12) Hogen kement a fell dezhe beva hervez ar biete er C’hrist Jesus, a vezo, persecutet. (13) Mes an dud fall hag an dromplerien a ielo var wassaad, en eur drompla ar-re all, hag o veza tromplet ho-unan. (14) Mes te, kendalc’h mad en traou ec’h euz desket, hag euz a bere ez oud bet assuret, o c’houzout gant piou ec’h euz desket anezhe, (15) hag o c’houzout penaos, adaleg da vugaleach, ec’h anavezez ar Scrituriou-Sacr, pere a zo capabl da gelen ac’hanoud evit ar zilvidigez, dre ar feiz a zo en Jesus-Christ. (16) An holl Scritur a zo inspiret gant Doue, ha mad evit rei kelennadurez, evit lakaad da gredi, evit corrija, evit diski er justis ; (17) evit ma vezo an den a Zoue rentet parfet, ha mad evit peb mad-ober.
A bedi stard a ran eta, dirag Doue ha dirag an Aotrou Jesus-Christ, pehini a varno ar re veo hag ar re varo, pa zistroio adare ha pa zeui he rouantelez, (2) prezeg ar ger ha prezeg c’hoas, en amzer deread hag en amzer all, bez aketus da repren, da c’hourdrouz, da exhorti gant peb patianted, hag en eur gelen. (3) Rag dond a rai eun amzer en pehini an dud na andurint ket ar gelenadurez vad, mes, o klask klevet traou da blijout dezhe, e tastumint doctored d’ho c’helen, hervez ho ioulou ho-unan, (4) hag e serrint ho diou-skouarn ouz ar wirionez, hag e troint varzu fablennou. (5) Mes te, bez leun a aket en pep tra, gouzanv an afflictionou, gra labour eun avieler ; gra da garg var he hed.
(6) Rag evidoun-me, a zo o vond da veza offret e sacrifis, hag an amzer ma’z in kuit a zo erru tost. (7) Combattet em euz ar gombat vad, echuet em euz va redaden, miret em euz ar feiz. (8) Divar-vreman ez eo lakeat a-du evidoun eur gurunen a justis, hag an Aotrou, ar barner just a roio d’in anezhi en deiz-ze, ha n’e ket d’in-me hep-ken, mes ive da gement hini hen devezo karet he zonedigez.
(9) Gra da bossubl evit dond dizale d’am c’havout ; (10) rag Demas, o veza karet ar bed-man, hen deuz va dilezet, hag a zo eat da Dessalonika, Crescens a zo eat en Galatia, ha Titus da Zalmatia. (11) Lucas hep-ken a zo ganen. Kemer Marc, ha digas anezhan ganez, rag util braz eo d’in evit an zervich. (12) Kasset em euz Tykikus da Ephesus. (13) Pa zeui, digas ganez ar vantel em euz lezet gant Carpus en Troas, hag al levriou, dreist-holl ar paperou. (14) Alexandr an artisan a labour ar c’huevr, hen deuz great kalz a zroug d’in ; an Aotrou a rento dezhan hervez he oberou. (15) Te ive laka evez outhan, rag stourm kalet hen deuz great ouz hor c’homzou. (16) Em c’henta difen n’euz bet den ouz va zicour ; mes holl ho deuz va dilezet. Doue ra viro ne vez countet kement-se dezhe ! (17) Mes an Aotrou a zo bet choumet em c’hichen, hag hen deuz va c’hrenveet, evit ma vije ar bredication nerzus meurbed dreizoun, ha ma vije klevet gant an holl Jentiled ; hag ez oun bet delivret euz a c’henou al leon. (18) Hag an Aotrou am delivro euz a bep oeuvr fall, hag a zaveteo ac’hanoun en he rouantelez celestiel. Dezhan ar gloar da viken ! Amen.
(19) Salud Prisca hag Akilas, ha famill Onesiphor. (20) Erastus a zo choumet en Corint, ha Trophimus em euz lezet klanv en Milet. (21) Hast buhan dond araog ar goanv. Eubulus, Pudens, Linus, Claudia hag an holl vreudeur a zalud ac’hanoud.
(22) An Aotrou Jesus-Christ ra vezo gant da spered ! Ar c’hras ra vezo ganeoc’h ! Amen.
AOL, servicher Doue, hag abostol Jesus-Christ evit annons ar feiz euz ar re choazet gant Doue, hag evit rei da anaoud ar wirionez, pehini a zo hervez ar biete, (2) en esperans euz ar vuez eternel prometet, araog an amzeriou eternel, gant Doue, pehini na hell ket lavaret gevier ; (3) ha pehini, en amzer merket ganthan, hen deuz diskouezet he c’her, em euz bet ar garg da brezeg, hervez an urz a Zoue hor Zalver, (4) da Ditus, va gwir vab hervez ar feiz commun etrezomp : Gras, trugarez ha peoc’h a-berz Doue an Tad, hag an Aotrou Jesus-Christ hor Zalver !
(5) Ar pez a zo caoz ma em euz da lezet en Cret, eo evit ma peur-reizi an traou a choum da lakaad en urz, hag evit ma likii re Ancien en pep kear, evel ma em euz gourc’hemenet d’id, (6) mar d’euz unan-benag divlam, pried da eur vreg hep-ken, o kaout bugale fidel, ha na vezint ket tamallet da veza direiz, na dizent. (7) Rag red eo d’an eskop beza divlam, evel eur servicher da Zoue ; red eo ne vez ket fizius enhan he-unan, na colerus, na douget d’ar gwin, na ter, na douget d’ar c’hounidegez disleal ; (8) mes, er c’hontrol, red eo dezhan beza pront da zigemer en he di, karet an dud vad, beza fur, just, santel moderet, (9) o terc’hel stard en doctrin gwirion pehini a dle beza kelennet, evit ma vezo goest, ken da ezhorti, hervez an doctrin vad, ken da zigas d’ar feiz ar re a stourm outhi.
(10) Rag beza ez euz kalz, dreist-holl e-touez ar re circonciset, hag a zo dizent, leun a gomzou goullo hag a c’hevier, da bere ez eo red serri ho genou ; (11) pere a goll famillou zo-ken, o tiski evit eur o’hounidegez mezus traou ha n’int ket deread. (12) Unan euz ho zouez, ho frofet ho-unan, hen deuz lavaret : Ar Greted a zo bepred gaouiad ; gwall loened, kofou didalvez. (13) An desteni-ze a zo gwirion. Abalamour da ze, repren anezhe rust, evit ma teuint da veza iac’h er feiz, (14) heb en em rei da fablennou ar Judevien, na da urzou tud, pere a dro kein d’ar wirionez. (15) Gwir eo penaos, evit ar re a zo pur, pep tra a zo pur ; mes n’euz netra a bur evit ar re impur ha difeiz ; er c’hontrol, ho spered hag ho c’houstians a zo souillet. (16) Ober a reont profession da anaoud Doue, mes dre ho oberou e nac’hont anezhan, o veza tud kassaüs, dizent, ha na hellont ober tra vad e-bed.
ES te, prezeg an traou a gonven d’ar gelennnadurez vad. (2) Ra vezo an dud koz moderet, ra vezint tud a zoare, prudant, iac’h er feiz, er garantez, er batianted. (3) Ra vezo ar gragez avanset en oad doareet-mad ive, evel ma tere ouz ar zantelez ; ra ziwallint da veza droug-prezegerezed, na re douget d’ar gwin ; ra roint kelennadurez vad ; (4) evit ma lakaint ar gragez yaouank da garet ho friejou, da garet ho bugale ; (5) da veza fur, chast, da ziwall ho zi ; da veza leun a vadelez, da zenti euz ho friejou ; evit na vezo ket droug-komzet a enep ger Doue. (6) Exhort ive an dud yaouank da veza fur, (7) o rei da-unan en pep tra ar skouer euz an oeuvrou mad, dre ar burete euz da zoctrin, ha dre ar furnez euz da gomportamant, gant eur gomz iac’h, (8) ha na ve kavet abec e-bed enhi, evit ma vezo confontet an enebourien, dre n’ho devezo droug ebed da lavaret divar ho pen. (9) Lavar d’ar mevelien senti ouz ho mistri, ha labourad da blijoud dezhe e pep tra, hep ho dislavaret ; (10) diwall da laeres netra, mes beza fidel e pep tra, evit ma lakint henori en pep tra doctrin Doue hor Zalver.
(11) Rag gras Doue, evit silvidigez an holl dud, a zo bet diskouezet ; (12) ha diski a ra deomp e tleomp dilezel an impiete ha dezirou ar bed, ha beva, er vuez-man, en demperans er justis, hag er biete ; (13) o c’hortoz an esperans eürus, hag an diskouezidigez euz a c’hloar hon Doue braz ha Salver Jesus-Christ, (14) pehini a zo en em roet he-unan evidomp, evit hor prena euz a bep droug hag hor purifia, hag evit ober dezhan he-unan eur bobl choazet, douget evit an oeuvrou mad.
(15) Desk an traou-man d’an dud, exhort, ha repren anezhe gant peb otorite. Diwallo den da zisprija ac’hanoud.
IGAS sonj dezhe da blega d’ar brinsed ha d’an otoriteou, da zenti outhe, da veza prest da bep oeuvr vad ; (2) da ziwall euz an droug-prezegerez divarben den, hag euz ar chican, da veza moderet, da ziskouez eun dousder barfet e-kenver an holl.
(3) Rag ni ive, a oa gwech-all diskiant, dizent, dihenchet, pleget dindan gwall-ioulou ar c’horf, ha kement tra a roe plijadur, o veva er fallentez hag en anvi, dign a gassoni, ha leun a gassoni an eil a-enep egile. (4) Mes pa eo bet diskouezet madelez ha karantez Doue hor Zalver e-kenver an dud, hen hen deuz hor zaveteet, (5) n’e ket abalamour d’an oberou a justis hor bije great, mes hervez he drugarez, dre ar vadiziant euz an eil c’hinivelez, hag en eur renevezi ac’hanomp dre ar Spered-Santel, (6) hen deuz skulliet varnomp en abondans, dre Jesus-Christ hor Zalver ; (7) evit, o veza justifiet dre he c’hras, ma vijemp great, hervez hon esperans, heritourien euz ar vuez eternel.
(8) Ar gomz-man a zo gwir, hag e fell d’in e teufez da assuri stard an traou-man, evit ma teui ar re ho deuz credet en Doue da lakaad evez ; ha d’en em rei d’an oberou mad ; setu aze an traou a zo mad ha talvoudec d’an dud. (9) Mes diwall ouz ar c’histionou foll, al lignezou, an disputou hag ar c’hontestationou divarben al lezen ; rag kement-se a zo vên ha n’eo mad da netra. (10) Pella diouz an den a zo heretic, goude ma’z pezo ezhortet anezban eur vech pe diou ; (11) o c’houzout penaos eun hevelep den a zo troet fall, ha penaos e pec’h, oc’h en em gondaoni he-unan.
(12) Pa gassin d’id Artemas, pe Tychikus, hast-affo dond d’am c’havoud da Nicopolis ; rag decidet oun da dremen ar goanv eno. (13) Bez aketus da ziambrouga en hent Zenas, an doctor euz al lezen, hag Apollos, evit na vanko netra dezhe. (14) Ha ra zesko ive hon re-ni d’en em rei d’an oberou mad, pa c’hoarvez dienez, evit na choumint ket hep frouez. (15) Ar re holl a zo ganen a zalud ac’hanoud. Salud ive ar re a gar ac’hanomp er feiz. Ar c’hras ra vezo ganeoc’h holl ! Amen.
AOL, prizonier Jesus-Christ, hag hor breur Timoteus, da Philemon hor muia-karet, hag hor c’hen-labourer ; (2) ha d’hor muia-karet Apphia, ha da Archippus, hor c’hen-vreur en armou, ha d’an Iliz a zo en da di. (3) Gras deoc’h ha peoc’h digant Doue hon Tad, ha digant hon Aotrou Jesus-Christ !
(4) Trugarekaad a ran va Doue, oc’h ober bepred memor ac’hanoud em pedennou ; (5) o klevet hano euz da feiz en Aotrou Jesus, hag euz da garantez e-kenver an holl zent ; (6) evit ma teui ar feiz, oc’h en em skullia euz an eil var egile, da gaoud nerz, dre an anaoudegez euz an holl vad a rer en ho touez, evit Jesus-Christ. (7) Rag, va breur, da garantez he deuz roet deomp eur joa hag eur gonsolation vraz, o veza ma ec’h euz lakeat ar joa e calonou ar zent.
(8) Dre-ze, petra-benag ma em euz eul liberte vraz er C’hrist evit gourc’hemen d’id ar pez a zo deread, (9) koulskoude gwell eo ganen da bedi, petra-benag ma’z oun Paol, avanset en oad, ha breman memeus prizonier Jesus-Christ, (10) da bedi, en hano ar garantez, evit va mab Onesimus, em euz engehentet pa oann er chadennou ; (11) evit heman pehini a oa gwech-all hep talvoudegez evidoud, hag a vezo breman talvoudus d’id, kerkoulz ha d’in-me, hag a gassan breman d’id var he giz. (12) Digemer eta anezhan evel ma tigemerfez eur bugel d’in. (13) C’hoant em boa d’he zerc’hel assambles ganen, evit ma c’hellje servichoud d’in en da blas em liammou evit an Aviel. (14) Mes n’eo ket bet fellet d’in ober netra hep da ali, evit na vije ket ar vad a rez evidoun, evel eun dra dre fors, mes a volontez-vad. (15) Rag marteze n’eo bet dispartiet ouzid e-pad eur pennad amzer, nemed evit ma c’helljez hen kaoud a-nevez evit ato ; (16) n’e ket mui evel eun esclav, mes dreist eun esclav, evel eur breur karet meurbed ganen-me, ha muioc’h c’hoas ganez-te, hervez ar c’hig, hag hervez an Aotrou. (17) Mar kemerez eta ac’hanoun evel a-unan ganez, digemer anezhan eveld’oun-me va-unan. (18) Mar hen deuz great eur gaou-benag ouzid, pe mar tle eun dra-benag d’id, laka kement-se var va c’hount-me. (19) Me, Paol, a scriv kement-man d’id gant va dorn va-unan, hen paea a rin d’id, hep lavaret d’id ez oud da-unan em gle. (20) Ia, va breur, ra em bezo ar blijadur-ze diganez en Aotrou ; ro joausted d’am c’halon en Aotrou. (21) Scriva a ran d’id leun a fizians e senti ouzin, o c’houzoud ervad e ri zo-ken mui eged na lavaran. (22) Mes er memeus amzer prepar d’in eul lojeis, rag esperoud a ran e vezin rentet deoc’h dre ho pedennou.
(23) Epaphras, va c’hen-brizonier en Jesus-Christ, Marc, (24) Aristarkus, Demas, ha Lucas, va c’hen-labourerien, a zalud ac’hanoud.
(25) Gras hon Aotrou Jesus-Christ ra vezo gant ho spered ! Amen.
OUE, goude beza gwechall komzet ouz hon tadou koz, alies hag e meur a zoare, dre ar brofeted, (2) hen deuz komzet ouzomp en deiziou diveza-man dre he Vab, pehini a zo bet lakeat ganthan da heritour euz an holl draou ; dre behini ive hen deuz great ar bed. (3) He-man, o veza ar skeuden euz he c’hloar, hag ar gwir henveledigez anezhan,
hag o souten an holl draou dre an nerz euz he gomz, goude beza great dreizhan he-unan ar burification euz hor pec’hejou, a zo en em azezet a-zeo d’ar Vajeste divin el leac’hiou huela ; (4) o veza bet great sul-vui excellantoc’h eged an elez, ma hen deuz heritet euz eun hano excellantoc’h eged ho hini. (5) Rag da behini euz an elez hen deuz Doue gwech e-bed lavaret : Te eo va Mab, hirio em euz da anjandret ? Ha c’hoas : Me a vezo Tad dezhan, hag hen a vezo va Mab ? (6) Hag el leac’h all, pa zeu da zigas adare ar C’henta-ganet er bed, e lavar : Ra zeui holl elez Doue d’hen adori. (7) Hag evit ar pez a zell an elez, ez eo scrivet : Ober a ra euz he elez, avelou, hag euz he vinistred, flammou-tan. (8) Mes divarben ar Mab e lavar : Da dron, O Doue, a bad da virviken, hag ar reolen euz da rouantelez a zo eur reolen a justis : (9) Karet ec’h euz ar justis, ha kaseet ec’h euz ar fallentez, dre-ze, O Doue ! da Zoue hen deuz da eoliet gant eun eol a joa dreist da gen-sorted. (10) Ha c’hoas : Te, Aotrou, ec’h euz diazezet an douar adaleg ar pen-kenta, hag an envou a zo al labour euz da zaouarn. (11) Int a berisso, mes te a choumo : dond a raint holl da goza, evel ma ra eur viskamant, (12) hag evel eur vantel e plegi ahezhe ; chanjet e vezint, mes te a zo ar memeus hini, ha da vloaveziou n’ho devezo fin e-bed. (13) Ha da behini euz an elez hen deuz Doue gwech e-bed lavaret : Azez a-zeo d’in, ken em bezo lakeat da inimied da scabel dindan da dreid ? (14) Ha n’int-hi ket holl sperejou great evit servicha, ha kasset evit ober eur garg e-kenver ar re a dle herita euz ar zilvidigez ?
AG-SE e tleomp en em staga startoc’h ouz an traou hon euz klevet, gant aoun n’ez afemp da goll. (2) Rag m’ar d’eo bet accomplisset ar gomz annonset gant an elez, ha mar ho deuz bet pep tor-lezen ha pep dizentidigez eur bunition just, (3) penaos ec’h hellimp-ni tec’hel, mar neglijomp eur zilvidigez ker braz, pehini, o veza bet annonset da genta gant an Aotrou, a zo bet confirmet deomp gant ar re ho deuz klevet anezhan, (4) Doue he-unan o souten ho zesteni dre vurzudou ha miraclou, ha meur a verk euz he c’halloud, ha dre an donezonou euz ar Spered-Santel, hervez he volontez.
(5) Rag n’e ket dindan galloud an elez eo hen deuz lakeat ar bed da zond euz a behini e komzomp. (6) Mes unan-benag, en eul leac’h-benag, hen deuz rentet an desteni-man, en eur lavaret : Petra eo an den, evit ma pefe sonj anezhan, pe mab an den, evit ma selfez outhan ? (7) Great ec’h euz anezhan eun neubeud izelloc’h eged an elez ; he gurunet ec’h euz a c’hloar hag a henor, hag ec’h euz hen lakeat da vestr var an oberou euz da zaouarn ; (8) pep tra ec’h euz lakeat dindan he dreid. Rag Doue en eur lakaad an holl draou da blega dezhan, n’hen deuz lezet netra hep beza dindan-han ; hogen, breman na velomp ket c’hoas an holl draou pleget dindan-han. (9) Mes gwelet a reomp curunet a c’hloar hag a henor ar Jesus-se, pehini, dre ar maro hen deuz gouzanvet, a zo bet great eun tammic izelloc’h eged an elez, evit ma teuje, dre c’hras Doue, da zouffr ar maro evit an holl. (10) Rag, pa’z eo gwir e felle d’an hini, evit pehini ha dre behini ema an holl draou, digas kalz a vugale ebarz er gloar, deread e oa dezhan renta parfet, dre ar souffransou, ar Prins euz ho zilvidigez. (11) Rag an hini a zantifi, hag ar re a zo santifiet, a zepant holl euz a unan hep-ken ; abalamour da ze n’hen deuz ket a vêz ouz ho gervel breudeur, en eur lavaret : (12) Me a zisclerio da hano d’am breudeur ; da veuli a rin e-kreiz an assamble. (13) Ha c’hoas : Me a lakai va fizians enhan. Ha c’hoas : Setu me aman, me hag ar vugale a zo bet roet d’in gant Doue. (14) Pa’z eo gwir eta ar vugale ho deuz lod er c’hig hag er goad, hennes ive hen deuz bet lod enhe, evit gallout, dre ar maro, distruja an hini hen devoa ar galloud euz ar maro, da lavaret eo, an diaoul ; (15) ha ma teuje da zelivra ar re holl pere, dre an aoun rag ar maro, a oa e-pad ho buez dalc’het en esclavach. (16) Rag evit-gwir n’e ket an elez eo hen deuz sicouret, mes sicouret hen deuz lignez Abraham. (17) Dre-ze eo bet red dezhan dond da veza henvel en pep tra ouz he vreudeur ; evit ma vije eur beleg-braz, leun a drugarez, ha fidel en traou a zell ouz Doue, da baea evit pec’hejou ar bobl. (18) Rag, o veza ma’z eo bet tentet he-unan er pez hen deuz souffret, ec’h hell rei sicour d’ar re a zo tentet.
RE-ZE, breudeur santel, pere hoc’h euz perz er vocation celestiel, considerit mad an abostol hag ar beleg-braz euz ar feiz a anzavomp, Jesus-Christ, (2) pehini a zo bet fidel d’an hini hen deuz hen etablisset, evel ma oe ive Moises en he holl diegez. (3) Hogen, countet eo bet dign euz a eur gloar dreist hini Moises, evel ma’z eo brassoc’h henor an hini hen deuz savet an ti, eged hini an ti he-unan. (4) Rag pep ti a zo bet savet gant unan-benag ; hogen, an hini hen deuz savet an holl draou eo Doue. (5) Hag evit ar pez a zell ouz Moises, hennes a zo bet fidel en holl ti Doue, evel servicher, evit rei testeni euz ar pez a dlie beza annonset ; (6) mes ar C’hrist, evel eur Mab, a zo bet lakeat da vestr var he di, he-unan ; ni eo he di, gant ma talc’himp stard beteg ar fin ar fizians hag an esperans a bere en em c’hlorifiomp.
(7) Rag-se, evel ma lavar ar Spered-Santel : (8) Hirio mar klevit he vouez, na galedit ket ho calonou, evel ma c’hoarvezaz pa stourmaz ar bobl ouzin, en deiz an dentation en desert, (9) en pe leac’h ho tadou a dentaz ac’hanoun, hag a amprouvaz ac’hanoun, hag en pe leac’h e veljont va oberou e-pad daou-ugent vloaz. (10) Abalamour da ze e savaz droug enoun ouz ar generation-ze, hag e liviriz : Ho c’halon a zeu bepred da fazia, ha n’ho deuz ket anavezet va henchou. (11) Evel-se em euz touet em c’holer, na antreint biken em repos ! (12) Likit evez, breudeur, na vez en hini ac’hanoc’h eur galon fall ha difeiz, en eur drei kein d’an Doue beo. (13) Mes en em exhortit an eil egile bemdez, e-pad ma’z eo lavaret : Hirio ; gant aoun na deufe hini ac’hanoc’h d’en em galedi dre douellerez er pec’hed. (14) Rag ni a zo deuet da gaoud lod er C’hrist, mar dalc’homp stard beteg ar fin hon assurans kenta, (15) e-pad ma’z eo lavaret : Hirio, mar selaouit he vouez, na galedit ket ho calonou, evel ma c’hoarvezaz en devez ar stourm. (16) Piou, en gwirionez, eo ar re a stourmaz goude beza klevet anezhan, nemed ar re a ieaz er meaz euz an Egypt, renet gant Moises ? (17) Hag a-enep piou e oe Doue droug-contant e-pad daou-ugent vloaz ; ha n’eo ket a-enep ar re a bec’haz, hag euz a bere ar c’horfou a gwezaz en dezert ? (18) Ha da biou e touaz-hen na antrejent ket en he repos, nemed d’ar re a oa en em zavet a-enep dezhan ? (19| Evel-se e velomp penaos na helljont ket mond en he repos, abalamour ne gredent ket.
IWALLOMP eta, gant aoun, goude ma eo bet lezet ganeomp ar bromessa da antren en he repos, ne zeblantfe unan-benag ac’hanoc’h beza renonset da gement-se. (2) Rag deomp-ni, koulz ha dezhe, eo bet great ar bromessa eürus-se ; mes ar gomz-se ho doa klevet na brofitaz ket dezhe, rag ar re a glevaz anezhi, a choumaz hep credi. (3) Evidomp-ni, pere hon euz credet, a antre er repos, hervez ma hen deuz lavaret : Dre-ze em euz touet em c’holer, na antreint biken em repos ! Koulskoude peur-c’hreat e oa he oeuvrou abaoe crouidigez ar bed ; (4) rag ar Scritur he deuz lavaret en eun tu-benag, divarben ar seizved devez : Ha Doue a reposaz ar seizved devez euz he holl oberou ; (5) hag aman c’hoas : Ne antreint biken em repos ! (6) Pa’z eo gwir eta ez ai hinienou ebarz, ha pa n’eo ket antreet, o veza ma oaint incredul, ar re da bere e oa great da genta ar bromessa eürus-se, (7) Doue a verk c’hoas eun dervez, dre ar gomz-man : Hirio, en eur lavaret dre Zavid, ken pell amzer goude, evel ma’z eo bet lavaret huelloc’h : Hirio mar selaouit he vouez, na galedit ket ho calonou. (8) Rag mar hen divije Josue lakeat anezhe da antren ebarz er repos, neuze Doue na gomzje ket goude-ze divarben eun devez all. (9) Choum a ra eta c’hoas gant pobl Doue eur repos a zabbat. (10) Rag an hini a zo antreet en he repos, a ziskuiz ive euz he oberou he-unan, evel Doue euz he re. (11) Lakomp eta hor poan da glask antren er repos-se, gant aoun na deufe unan-benag da gweza en eur seurt revolt.
(12) Rag ger Doue a zo beo, ha nerzus, ha lemmoc’h eged kleze e-bed lem euz an daou du, treuzi a ra beteg an disparti euz an ene hag euz ar spered, beteg ar juntrou ha mel an eskern, ha barna a ra ar sonjezonou hag ar c’hoantaennou kuzet euz ar galon. (13) N’euz crouadur e-bed hag a vez kuzet dirazhan, mes an holl draou a zo noaz ha dizolo da zaou-lagad an hini da behini a tleomp renta count.
(14) Pa’z eo gwir eta hon euz eur Beleg-braz, pehini hen deuz treuzet an envou, Jesus, Mab Doue, dalc’homp stard hor profession a feiz. (15) Rag n’hon euz ket eur Beleg-braz ha na hell ket kaout truez euz hon infirmiteou, er c’hontrol, amprouvet eo bet e pep tra, evel-domp-ni, mes hep pec’hed. (16) Tostaomp eta gant fizians ouz tron ar c’hras, evit ma recevimp trugarez, ha ma kavimp gras, evit beza sicouret en amzer ma vezo dleet.
AG, peb Beleg-braz, kemeret euz a-douez an dud, a zo lakeat evit an dud en traou a zell ouz Doue, evit offr donezonou ha sacrifisou evit ar pec’hejou. (2) Gallout a ra kaout truez ouz ar re a zo en ignorans hag en errol, pa’z eo gwir ema he-unan e-kreiz ar zempladurez. (3) Hag abalamour da ze e tle ober offransou evit he bec’hejou he-unan kerkoulz hag evit pec’hejou ar bobl. (4) Ha den na hell kemer an henor-ze evithan he-unan, nemed an hini a zo galvet gant Doue, evel Aaron. (5) Evel-se ive ar C’hrist n’hen deuz ket kemeret evithan he-unan ar gloar da veza Beleg-braz, mes hen recevet hen euz digant an hini hen deuz lavaret dezhan : Te eo va Mab, hirio em euz da engehentet. (6) Evel ma lavar ive dezhan en eul leac’h all : Te a zo Beleg da viken, hervez urz Melkisedec. (7) Hennes eo an hini pehini, e-pad an deiziou euz he vuez er c’hig, o veza offret gant scrij ha gant daelou, pedennou ha supplicationou d’an hini a helle hen sauvetaad euz ar maro, hag o veza bet delivret abalamour m’hen doa doujans evithan, petra-benag ma oa Mab, (8) hen deuz desket ar zentidigez dre an traou hen deuz gouzanvet, (9) hag o veza bet rentet parfet, ez eo deuet da veza an oberour euz ar zilvidigez eternel evit ar re holl a zent outhan ; (10) o veza bet galvet gant Doue Beleg-braz, hervez urz Melkizedec.
(11) Var ar poent-se hon euz kalz a draou da lavaret, hag a zo dies da zisplega, abalamour ma’z oc’h deuet da veza gorrec da gompren. (12) Rag e-leac’h beza mistri, evel ma tlejec’h beza abaoe pell amzer, hoc’h euz c’hoas ezom da zeski ar c’henteliou kenta euz a gomzou Doue ; hag ez oc’h deuet da gaoud ezom a leaz e-leac’h a voued krenv. (13) Hogen, an hini en em vag gant leaz, na gompren ket komz ar justis ; rag n’ed eo nemed eur bugel bihan. (14) Mes ar boued krenv a zo evit an dud en oad, evit ar re pere, dre ma’z int custum, ho deuz eur Spered exercet da zifferansi an droug hag ar mad.
AG-SE, o lezel ar principou kenta euz a zoctrin ar C’hrist, baleomp var-zu ar berfection, hep diazeza a-nevez ar fondamant euz ar gonversion euz an oeuvrou maro, hag euz ar feiz e-kenver Doue, (2) euz a zoctrin ar badizianchou, euz a astennedigez an daouarn, euz a resurrection ar re varo, hag euz ar varn eternel, (3) ha kement-se a raimp, mar permet Doue. (4) Rag impossubl eo d’ar re a zo bet eur vech sclerijennet, hag ho deuz tanveet an donezon celestiel, hag a zo bet lakeat da gaoud lod er Spered-Santel, (5) hag ho deuz tanveet ar gomz vad a Zoue, hag ar puissansou euz an amzer da zond, ha pere a zo deuet da gweza, (6) impossubl eo ho renevezi c’hoas evit ma teuint da gaoud keuz, pa’z eo gwir e crucifiont Mab Doue evithe ho-unan, ouz hen exposi d’an dismegans. (7) Rag an douar, leuniet gant ar glao o kweza alies varnezhan, hag a brodu yeot mad d’ar re a labour anezhan, a receo bennoz digant Doue. (8) Mes an hini a brodu spern hag askol, a zo reprouvet ha tost da veza milliget ; destinet eo da veza devet.
(9) Koulskoude, e c’hortozomp euz ho perz, breudeur muia-karet, traou gwelloc’h, hag a gas var-zu ar zilvidigez, petra-benag ma komzomp evel-se. (10) Rag Doue n’eo ket injust, evit ankounac’haad ho labour, hag an oeuvr a garantez hoc’h euz diskouezet evit he hano, pa hoc’h euz sicouret ha pa zicourit ar Zent. (11) Hogen, desiroud a reomp ma teuio pep hini ac’hanoc’h da ziskouez ar memeus aked evit conservi, beteg ar fin, an assurans parfet euz an esperans ; (12) evit na deuot ket da veza diegus, mes ma teuot da imita ar re pere dre ar feiz hag ar batianted a zo heritourien euz ar promessaou.
(13) Rag, pa reaz Doue ar bromessa da Abraham, o veza na helle ket touat dre eun all brassoc’h, e touaz dreizhan he-unan, en eur lavaret : (14) E gwirionez, me a gargo ac’hanoud a venediction, hag a gresko meurbed da lignez. (15) Hag evel-se, o veza gortozet gant patianted, Abraham a recevaz ar bromessa. (16) Hogen, an dud a dou dre an hini a zo brassoc’h egethe, hag ho le, evit assuri eun dra, a laka fin d’ho froces ; (17) evel-se, Doue, dre ma felle dezhan diskouez c’hoas gwelloc’h da heritourien ar bromessa pegen ferm e oa he volontez, a brometaz dre eul le ; (18) evit m’hor bezo, dre an daou dra-ze ha ne chenchont ket, en pere eo impossubl e vije deuet Doue da fazia, m’hor bezo eur gonsolation ferm, ni pere a glask ar peoc’h er bossession ferm euz an esperans a zo lakeat dirazomp, (19) an esperans-se a zalc’homp evel heor an ene, eun heor sur ha stard, ha pehini a ia a-dreuz ar voal, (20) e pe leac’h eo antreet Jesus evidomp, evel o tigeri an hent deomp, o veza bet great Beleg-braz da viken, hervez urz Melkizedec.
AG ar Melkisedec-man, roue Salem, ha beleg an Doue Souveren, eo a ieaz da zialben Abraham, pa oa o tistrei euz ar brezel en pehini hen doa gounezet var ar rouane, hag a vennigaz anezhan ; (2) dezhan ive eo e roaz Abraham an deog euz a gement hen doa gounezet var an inimied. Da genta, Melkisedec a zinifi roue a justis, hag ouz-pen, he-man a oa roue Salem, da lavaret eo, roue a beoc’h ; (3) bet eo hep tad, hep mam, hep lignez, hep commansamant buez, na fin ; o veza bet rentet henvel ouz Mab Doue, e choum beleg da viken.
(4) Breman considerit peger braz eo an hini da behini e roaz ar patriarch Abraham an deog euz ar pez hen doa kemeret van an inimied. (5) Hag e-pad ma rank, hervez al lezen, ar re euz a lignez Levi, pere a ra ar velegiach, sevel an deog var ar bobl, da lavaret eo, var ho breudeur, pere koulskoude a zo deuet euz a groazellou Abraham, (6) Melkisedec, pehini ne oa ket euz ar memeus lignez ganthe, a zavaz an deog var Abraham, hag a vennigaz an hini hen doa ar promessaou. (7) Hogen, ne heller ket dianzav penaos an hini distera eo a vez benniget gant ar brassa. (8) Hag aman, tud hag a dle mervel eo a gemer an deog ; mes eno, hervez ma’z eo testeniet, an hini a receo an deog, a zo beo. (9) Ha Levi, pehini a zav an deogou, hen deuz ive ho faeet, koulz lavaret, dre Abraham ; (10) rag hen a oa c’hoas en kroazellou he dad, pa zeuaz Melkisedec etrezeg enhan.
(11) Ma vije bet eta ar berfection e belegiach Levi (rag ouz ar velegiach-man eo e sell al lezen roet d’ar bobl), pe seurt ezom a oa ma savje eur beleg all, hervez urz Melkisedec, ha nann hervez urz Aaron ! (12) Rag, o veza ma’z eo chenchet ar velegiach, red eo e vez ive eur chenchamant a lezen. (13) Rag an hini, euz a behini ez eo lavaret an traou-ze, a zo euz a eun tribu all, euz a behini nicun n’hen deuz servichet ouz an aoter. (14) Rag sclear eo penaos hon Aotrou a zo euz a lignez Juda, ha Moises n’hen deuz lavaret netra divarben an tribu-ze, evit ar pez a zell ar velegiach. (15) Ha kement-se a zeu da veza c’hoas sclearoc’h, pa zav eur beleg all pehini, evel Melkisedec, (16) a zo bet lakeat en he garg, nann hervez al lezen euz a eur gourc’hemen kigus, mes hervez ar galloud euz a eur vuez ha n’he deuz fin e-bed, (17) rag rentet hen deuz Doue an desteni-man : Te a zo beleg da viken, hervez urz Melkisedec.
(18) Evel-se, an ordrenans kenta a zo bet diskaret abalamour d’he zempladurez ha d’he didalvoudegez ; (19) (rag al lezen n’he deuz digasset netra da veza parfet ;) mes lakeat ez euz bet en he flas eun esperans gwelloc’h, dre behini e tostaomp ouz Doue. (20) Hag evel n’eo ket bet lakeat Jesus hep le, (rag ar re all a zo bet lakeat da veleien hep le ; (21) mes he-man a zo bet lakeat gant le, gant an hini hen deuz lavaret dezhan : An Aotrou hen deuz touet, ha n’en em dislavaro ket ; te a zo Beleg da viken, hervez urz Melkisedec,) (22) evel-se eo deuet Jesus da veza ar goarant euz a eun allians kalz gwelloc’h. (23) Hag ouz-pen, bet ez euz eun niver braz a veleien, rag ar maro a vire outhe da choum atao. (24) Mes he-man, o veza ma choum da viken, hen deuz eur velegiach ha na dremen ket. (25) Dre-ze ez eo ive galloudec bepred da zavetei ar re a zeu da gaoud Doue dreizhan, o veza beo bepred da intercedi evithe.
(26) Hogen, ezom hor boa euz a eur Beleg-braz evel hennes, santel, dizroug, glan, separet euz ar bec’herien, ha savet dreist an envou ; (27) da behini na vije ket red, evel d’ar veleien-vraz, offr sacrifisou bemdez, da genta evit he bec’hejou he-unan, ha goude evit re ar bobl ; rag an dra-ze hen deuz great eur vech, pa’z eo en em offret he-unan. (28) Rag al lezen a laka da veleien-vraz tud hag a zo sempl ; mes ar ger euz al le pehini a zo deuet varlerc’h al lezen, a laka ar Mab, pehini a zo bet rentet parfet evit an eternite.
OGEN, ar pen-kenta euz ar pez hon euz lavaret, eo ma hon euz eun hevelep Beleg-braz, pehini a zo azezet a-zeo d’an tron ouz ar Vajeste en envou, (2) hag a zo Ministr ar sanctuer hag ar gwir dabernacl, pehini a zo bet savet gant an Aotrou, ha nann gant an den. (3) Rag peb beleg-braz a zo lakeat evit offr donezonou ha sacrifisou ; dre-ze ez eo red da he-man ive kaoud eun dra-benag da offr. (4) Rag ma vije-hen var an douar, na vije ket memeus beleg, o veza ma’z euz beleien pere a offr donezonou hervez al lezen, (5) pere a rent eur c’hult, imach ha skeuden euz an traou celestiel, hervez an urz divin a oe roet da Voises, pa dlie sevel an tabernacl : Bez leun a evez, emezhan, da ober pep tra hervez ar model a zo bet diskouezet d’id var ar menez. (6) Mes breman ar C’hrist hen deuz recevet eur garg excellantoc’h, o veza ma’z eo ar Mediator euz a eun allians gwelloc’h, pehini a zo fontet var bromessaou gwelloc’h. (7) Rag, ma vije bet an allians kenta hep si, na vije ket bet red lakaad unan all. (8) Rag oc’h ober rebechou dezhe, Doue a lavar d’ar Judevien : Setu, dond a rai an deiziou, eme an Aotrou, ma peur-c’hrin eun aliians nevez gant ti Israel, ha gant ti Juda ; (9) n’e ket eun allians evel an hini a riz gant ho zadou, en deiz ma crogiz en ho dorn, evit ho zenna euz a zouar an Egypt ; rag n’ho deuz ket kendalc’het em allians, hag em euz ho dilezet, eme an Aotrou. (10) Hogen, setu aman an allians a rin gant ti Israel, goude an deiziou-ze, eme an Aotrou, lakaad a rin va lezennou en ho sperejou hag ho scriva a rin var ho c’halonou. Me a vezo ho Doue, hag int a vezo va fobl ; (11) hag hini anezhe ne roi mui kelennadurez na d’he nessa na d’he vreur, en eur lavaret : Anavez an Aotrou ; rag holl ec’h anavezint ac’hanoun, adaleg ar bihana en ho zouez beteg ar brassa ; (12) rag beza e vezin leun a druez e-kenver ho injustisou, ha n’em bezo mui sonj euz ho fec’hejou, nag euz ho fallenteziou. (13) O komz divarben eun allians nevez, e teu da ziscleria ez eo koz an hini genta ; hogen, ar pez a zo deuet da veza ancien hag a zo kosseet a zo dare da vond kuit.
N allians kenta he doa eta ive ordrenansou evit ar zervich divin, hag eun tabernacl var an douar. (2) Rag great e oe an tabernacl kenta, en pehini e oa ar c’hantoleur, an daol, hag ar baraou consacret ; hag hennes a oa galvet al leac’h santel. (3) Hag en tu-all d’an eil voal e oa an tabernacl, hanvet al leac’h santella ; (4) eno e oa an ezanzouer aour, hag an arc’h a allians, goloet gant aour tro-var-dro, en pehini e oa ar pod-aour, hag ar manna enhan, ha gwialen Aaron, var behini e savaz bleun, ha taolennou an allians. (5) Ha dreist ar re-man e oa kerubined ar gloar, a c’holoe gant ho skeud ar propitiatouar ; mes n’eo ket red deomp komz breman divarben pep hini euz an traou-ze. (6) Hogen, an traou-man o veza lakeat evel-se en urz, ar veleien a ia dalc’hmad er c’henta tabernacl, evit ober ar servich divin ; (7) mes ebarz an eil, ar beleg-braz hepken a ia eur vech bep bloaz ; nann hep kemer goad, a vez offret ganthan, evithan he-unan hag evit pec’hejou ar bobl ; (8) ar Spered-Santel o rei da anaoud dre gement-se penaos hent al leac’h santella ne oa ket bet c’hoas digoret, e-pad ma choume c’hoas an tabernacl kenta ; hag an dra-man a zo eur figuren evit an amzer a zo o rên, (9) rag breman ec’h offrer donezonou ha sacrifisou, pere na hellont ket renta parfet, e-kenver ar goustians, an hini a ra ar servich, (10) o veza ma n’int (gant kig, gant evachou, ha gant a bep seurt gwalc’hadennou), nemed ceremoniou kigus, pere ne oant ordrenet nemed hep-ken da c’hortoz an amzer ma vije renevezet pep tra.
(11) Mes ar C’hrist, o veza deuet evel ar Beleg-braz euz ar madou da zond, goude beza tremenet dre eun tabernacl brassoc’h ha parfetoc’h, ha n’eo ket bet great gant daouarn an dud, da lavaret eo, ha n’eo ket euz an traou crouet-man, (12) a zo bet antreet eur vech hep-ken el leac’h santella, nann gant goad bouc’hed, ha goad loeou, mes gant he oad he-unan, o veza gounezet eur redemption eternel. (13) Rag mar deu goad ar c’holeou hag ar bouc’hed, ha ludu eun ounner o veza skulliet var ar re a zo souillet, da zantifia anezhe evit ar pez a zell ar burification euz ar c’hig, (14) pegement muioc’h goad ar C’hrist, pehini, dre ar Spered eternel, a zo en em offret he-unan dinam da Zoue, ne zeui-hen ket da nettaad ho coustians euz an oberou maro, evit ma teuot da zervicha an Doue beo !
(15) Abalamour da ze hennes eo ar Mediator euz eun allians nevez, evit ma teuio ar re o zo bet galvet, eur vech paeet dre ar maro ar pec’hejou great dindan an allians kenta, da receo ar bromessa euz an heritach eternel. (16) Rag el leac’h ma’z euz eun testament, ez eo red ma vez prouvet maro an hini hen deuz great anezhan ; (17) rag goude ar maro eo e teu eun testamant da veza mad, pa’z eo gwir n’hen deuz nerz e-bed e-pad ma’z eo beo an hini hen deuz great anezhan. (18) Dre-ze ive an allians kenta n’eo ket bet etablisset hep rankout skullia goad. (19) Rag, goude m’hen doe Moises discleriet d’an holl bobl an holl gourc’hemenou euz al lezen, e kemeraz goad al loeou hag ar bouc’hed, gant dour ha gant gloan ruz, ha gant bodennou hysop, hag e strinkaz var al levr he-unan ha var an holl bobl, en eur lavaret : (20) He-man eo goad an allians pehini hen deuz Doue gourc’hemenet evidoc’h. (21) Strinka a reaz ive ar goad var an tabernacl ha var an holl vesseliou euz ar zervich. (22) Ha kazi an holl draou a vez purifiet gant goad, hervez al lezen, hag hep skul goad n’euz ket a bardon.
(23) Bed e oa eta d’an imachou euz an traou a zo en envou, beza purifiet evel-se, mes red e oa d’an traou celestiel beza purifiet gant sacrifisou excellantoc’h eged ar re-ze. (24) Rag ar C’hrist n’eo ket antreet en eul leac’h santel great gant daouarn an dud, imach an hini gwirion, mes ebarz an env zo-ken, evit gallout parissa breman e prezans Doue evidomp. (25) Nann evit en em offr he-unan meur a vech, evel ma teu ar beleg-braz da antren bep bloaz el leac’h santella gant eur goad ha n’eo ket he hini he-unan, (26) (rag neuze hen dije ranket souffr meur a vech abaoe m’az eo crouet ar bed) ; mes breman, eur vech hep-ken, da fin an oajou, ez eo en em ziskouezet evit lakaad fin d’ar pec’hed, ouz en em zacrifia he-unan. (27) Hag evel ma’z eo red d’an dud mervel eur vech, ha goude-ze e teu ar varn ; (28) evel-se ive ar C’hrist, o veza bet offret eur vech evit lemmel kuit pec’hejou kalz a dud, en em ziskouezo eun eil gwech hep pec’hed d’ar re a c’hortoz anezhan evit ar zilvidigez.
OGEN, al lezen, o veza n’he deuz ket an imach gwirion euz an traou, mes ar skeuden hep-ken euz ar madou da zond, na hell james dre ar sacrifisou-ze a vez offret ato, bep bloaz, renta parfet ar re a dosta outhe. (2) Anez e vije bet ehanet da offr anezhe, pa’z eo gwir ar re a rea ar zervich-se, eur vech ma vijent purifiet, n’ho divije bet mui santet ar beac’h euz ho fec’hejou. (3) Mes er sacrifisou-ze, e tigasser da zonj, bep bloaz, euz ar pec’hejou ; (4) rag impossubl eo e teufe goad ar c’holeou hag ar bouc’hed da lemmel kuit ar pec’hejou. (5) Abalamour da ze, eo e lavar ar C’hrist, en eur zond er bed : N’ec’h euz goulennet na sacrifis nag offrans e-bed, mes roet ec’h euz d’in eur c’horf. (6) N’ec’h euz ket kemeret a blijadur er sacrifisou a vez devet en tan, nag er sacrifisou evit ar pec’hed. (7) Neuze me em euz lavaret : Setu e teuan, O Doue ! evit ober da volontez, evel ma’z eo scrivet divar va fen e rulien al levr. (8) Goude m’hen deuz lavaret huelloc’h : N’ec’h euz goulennet na loen da laza, nag offrans, na sacrifis da zevi, na sacrifis all e-bed evit ar pec’hed, (traou hag a vez offret hervez al lezen :) ha n’oud ket bet en em blijet enhe ; e lavar c’hoas : Setu ma teuan, O Doue, evit ober da volontez. (9) Diskar a ra ar sacrifis kenta, evit lakaad an eil en he blas. (10) Dre vertuz ar volontez-ze eo ez omp santifiet, dre an offrans great eur vech hep-ken euz a gorf Jesus-Christ. (11) Ouz-pen-ze, peb beleg en em brezant bemdez, oc’h ober ar zervich, hag oc’h offr meur a vech ar memeus sacrifisou, pere na hellont james lemmel ar pec’hejou ; (12) mes he-man, o veza offret eur sacrifis hep-ken evit ar pec’hejou, a zo azezet da viken en tu deo da Zoue, (13) o c’hortoz a-vreman ma vezo he inimied lakeat da scabel dindan he dreid. (14) Rag, dre eun offrans hep-ken hen deuz rentet parfet da viken ar re a zo santifiet. (15) Hag ar Spered-Santel ive a ro testeni deomp a gement-se ; rag, goude beza lavaret da genta : (16) Setu aman an allians a rin ganthe goude an deiziou-ze, eme an Aotrou : Me a lakai va lezennou en ho c’halonou, hag a scrivo anezhe en ho ententamant ; (17) e lavar c’hoas : Ha na zalc’hin mui a zonj euz ho fec’hejou nag euz ho gwall oberou. (18) Hogen, el leac’h ma’z eo peur-achu pardon ar pec’hejou, n’euz mui ezom a zacrifis evit ar pec’hed.
(19) Rag-ze, breudeur, pa hon euz al liberte da antren el leac’h santel dre oad Jesus, (20) dre an hent nevez ha beo hen deuz digoret deomp a-dreuz ar voal, da lavaret eo, a-dreuz he gig ; (21) hag o veza ma hon euz eur Beleg-braz hag a zo lakeat var di Doue ; (22) tostaomp gant eur galon gwirion, o kaoud eun assurans leun a feiz, hor c’halonou purifiet euz a louzdoni eur goustians fall, hag hor c’horfou gwalc’het gant dour pur. (23) Dalc’homp stard ar brofession euz hon esperans ; rag fidel eo an hini hen deuz great ar bromessa. (24) Ha sellomp gant evez an eil ouz egile, evit en em dougen d’ar garantez ha d’an oeuvrou mad. (25) Na zilezomp ket hor reunion assambles, evel ma’z eo custum hinienou d’hen ober, mes en em exhortomp an eil egile, ha kement-se gant sul-vui a aket, ma velit an Deiz o tostaad.
(26) Rag ma pec’homp dre hor bolontez, goude beza recevet an anaoudegez euz ar wirionez, na choum mui a zacrifisou evit ar pec’hejou, (27) mes eur gortoz heuzus a varnedigez hag eur gwall dan, pehini a dle devori an enebourien. (28) Piou-benag a zeu da derri lezen Moises, a vez lakeat d’ar maro hep truez e-bed, var desteni daou pe dri ; (29) a bebeuz poaniou brassoc’h, a gav deoc’h, na vezo ket kavet dign an hini a vac’ho gant he dreid Mab Doue, hag a istimo evel profan goad an allians, dre behini eo bet santifiet, hag a rai outrach var ar Spered a c’hras ? (30) rag anaoud a reomp an hini hen deuz lavaret : Ar venjans a zo d’in-me ; me a rento tra evit tra, eme an Aotrou. Ha c’hoas : An Aotrou a varno he bobl. (31) Eun dra heuzus eo kweza etre daouarn an Doue beo,
(32) Hogen, ho pezit sonj euz an deiziou kenta, en pere, goude beza bet sclerijennet, hoc’h euz dalc’het pen da eur gombat vraz a boaniou ; (33) pa ez oc’h bet, euz eur c’hostez, exposet dirag an holl d’an dismegans ha d’ar persecutionou, hag euz eur c’hostez-all, pa hoc’h euz kemeret lod euz a boaniou ar re a oa evel-se gwall-dretet. (34) Rag c’houi hoc’h euz ive ken-c’houzanvet ganen em liammou, hag hoc’h euz anduret gant joa e vije lammet diganeoc’h ho madou, o c’houzoud penaos hoc’h euz en env gwelloc’h danvez, hag a zo padus. (35) Rag-se na daolit ket diouzoc’h ho fizians, pehini he devezo eur recompans vraz. (36) Rag ezom hoc’h euz a batianted, evit, goude ma ho pezo great bolontez Doue, ma recevfot ar pez a zo bet prometet. (37) Rag c’hoas eun neubeudic amzer, hag an hini a dle dond a erruo, ha na zaleo ket. (38) Hogen an den just a vevo dre ar feiz ; mes, mar deu unan-benag d’en em denn kuit, va ene na gemer ket a blijadur enhan. (39) Evidomp-ni, n’omp ket euz ar re en em denn adre evit mond da goll, mes euz ar re a gred evit silvidigez ho ene.
OGEN ar feiz a zo eur gortoz leun a fizians euz an traou a esperer, ar breuven sclear euz an traou na veler ket. (2) Rag dreizhan ho deuz kavet hon tadou-koz euz desteni vad. (3) Dre ar feiz eo ec’h ouzomp ez eo bet great ar bed gant ger Doue ; en hevelep doare ma n’eo ket bet great an traou a veler, gant traou hag a heller da velet. (4) Dre ar feiz, Abel a offraz da Zoue eur sacrifis gwelloc’h eged hini Caïn ; abalamour d’he feiz e oe kavet just, Doue o renta testeni d’he offransou ; ha petra-benag ma’z eo maro, dre ar feiz-ze e komz c’hoas. (5) Dre ar feiz, Henoc a oe savet ouz an douar evit na velje ket ar maro, ha na oe mui kavet, abalamour m’hen doa Doue savet anezhan ; rag araog ma oa bet savet, hen doa bet an desteni da veza bet plijet da Zoue. (6) Hogen, heb ar feiz na hell den plijoud da Zoue, rag red eo d’an hini a dosta ouz Doue, credi ez euz eun Doue, hag e teui Doue da recompansi ar re a glask anezhan. (7) Dre ar feiz, Noe, o veza bet berzet gant Doue euz an traou na hallent ket c’hoas beza gwelet, a oe karget a zoujans, hag a reaz eun arc’h, evit savetei he famill ; dreizhi e condaonaz ar bed, hag e teuaz da veza heritour euz ar justis a zo hervez ar feiz. (8) Dre ar feiz, Abraham, pa oe galvet, a zentaz, evit mond d’ar vro a dlie da gaoud en heritach, hag a ieaz en hent, hep gouzoud da be leao’h ez ea. (9) Dre ar feiz, e choumaz en douar a oa bet prometet dezhan, evel en eun douar estranjour, o loja en tantennou, gant Isaac ha Jacob, ken-heritourien euz ar memeus promessa. (10) Rag en gortoz e oa euz ar gear he deuz fondationou, ar gear euz a behini Doue he-unan eo ar fondator hag ar mestr-maçoner. (11) Dre ar feiz ive, Sara a recevaz ar galloud da gaoud eur mab hag hen ganaz, en despet d’he oad avanset, abalamour ma credaz e oa fidel an hini hen doa great ar bromessa. (12) Evel-se euz a eun den, hag a oa dija dinerzet gant an oad, ez euz ganet eun niver braz, ken alies a zen hag a stereden a zo en env, hag a c’hreunen treaz a zo var bord ar mor, pere na hell den ho c’hounta.
(13) Ar re-ze holl a zo bet marvet er feiz, hep beza recevet an traou prometet, mes goude beza ho gwelet a-ziabell, ho deuz ho c’hredet, hag ho digemeret, goude beza anzavet penaos e oant estranjourien ha beajourien var an douar. (14) Rag ar re a gomz evel-se, a ziskouez sclear e klaskont ho bro. (15) Rag, mar ho divije dalc’het sonj euz ar vro a behini e oant deuet, ho divije bet amzer da zistrei di ; (16) mes breman e c’hoantaont eur vro gwelloc’h, da lavaret eo, eur vro celestiel ; dre-ze Doue n’hen deuz ket a vêz o veza galvet ho Doue ; rag preparet hen deuz eur gear evithe.
(17) Dre ar feiz, Abraham, o veza amprouvet, a offraz Isaac ; an hini hen doa recevet ar promessaou, a offraz memeus he vab unic, (18) divarben pehini e oa bet lavaret : En Isaac eo e vezo galvet da lignez-te ; (19) o veza sonjet e oa Doue galloudec d’hen sevel zoken a-douez ar re varo : hag en gwirionez, hen receo a reaz a-nevez, evel ma vije bet resussitet en eun doare-benag. (20) Dre ar feiz, Isaac a vennigaz Jacob hag Esaü en gwêl euz an traou da zond. (21) Dre ar feiz, Jacob, o vervel, a vennigaz pep hini euz a vibien Josef, hag ec’h adoraz, ouz en em harpa var ben he vaz. (22) Dre ar feiz, Josef, oc’h echui he vuez, a gomzaz divarben ar bobl a Israel, a dlie sortial euz an Egypt, hag a roaz urzou divarben he eskern.
(23) Dre ar feiz, Moises, o veza ganet, a oe kuzet e-pad tri mis gant he dud, dre ma veljont e oa kaer ar bugel ; ha n’ho doe ket a aoun rag gourc’hemen ar roue. (24) Dre ar feiz, Moises, pa oe deuet da veza braz, a refusaz beza galvet mab da verc’h Pharaon ; (25) o karout kentoc’h beza gwall-dretet assambles gant pobl Doue, eged jouissa evit eur pennadic euz a blijadurezou ar pec’hed ; (26) oc’h estimoud e oa dismegans ar C’hrist brassoc’h pinvidigez eged tenzoriou an Egypt, rag sellet a rea ouz ar recompans. (27) Dre ar feiz eo, e lezaz an Egypt, hep kaoud aoun rag coler ar roue ; rag en em zerc’hel a reaz ferm, evel pa velje an hini a zo invisibl. (28) Dre ar feiz, e reaz ar Pask, hag e skulliaz ar goad, evit na deuje ket an eal a zistruje ar vugale kenta-ganet da douch ouz re an Israelited. (29) Dre ar feiz, a treuzjont ar Mor ruz evel dre eun hent seac’h ; pa glaskaz an Egyptianed tremen ive, e oent beuzet er mor. (30) Dre ar feiz, e kwezaz mogeriou Jerico, goude ma oe bet great an dro dezhe epad seiz devez. (31) Dre ar feiz, na oe ket distrujet Rahab, ar gourtizanes, assambles gant ar re dizent, abalamour m’he doa digemeret ar spierien en peoc’h. (32) Ha petra a livirin-me ouz-pen ? Rag an amzer a vankfe d’in, evit komz euz a Gedeon, euz a Varac, euz a Samson, euz a Jephte, euz a Zavid, euz a Samuel, hag euz ar brofeted ; (33) pere, dre ar feiz, ho deuz trec’het rouantelezou, ho deuz rentet ar justis, ho deuz bet ar madou prometet, ho deuz serret ho genou d’al leoned, (34) ho deuz mouget nerz an tan, ho deuz tec’het diouz lem ar c’hleze, a zo bet pareet euz ho c’hlenvejou, a zo bet galloudec er brezel, ho deuz lakeat an armeou estranjour da dec’hel kuit. (35) Gragez ho deuz adkavet ho zud varo dre ar resurrection ; ha re all a zo bet merzeriet, pa ne felle ket dezhe beza delivret, evit gallout kaoud eur resurrection gwelloc’h ; (36) re all a zo bet amprouvet gant goaperezou ha skourjezou ; ha memeus dre chadennou ha dre brizon : (37) meinet int bet, eskennet int bet, amprouvet int bet, lazet int bet gant ar c’hleze, mond a reant aman hag a-hont, gwisket gant krec’hen denved ha krec’hen gevri, en dienez a bep tra, persecutet, ha gwall-dretet ; (38) (int euz a bere ar bed ne oa ket dign ;) o vale en dezertchou hag er meneziou, er c’havernou hag en toullou an douar. (39) Hag ar re-ze holl, o veza bet eun desteni vad dre ho feiz, n’ho deuz ket gallet kaoud ar madou prometet ; (40) rag Doue hen deuz pourveet eun dra-benag gwelloc’h evidomp-ni, evit na vijent ket rentet parfet hep-domp-ni.
VEL-SE eta, pa’z eo gwir ez euz en-dro deomp eun niver ker braz a destou, o teuler kuit diouzomp pep beac’h hag ar pec’hed a zeu ken eazet d’hon luya, kendalc’homp da redec ar redadec a zo digor dirazomp ; (2) o terc’hel da zellet ouz Jesus, ar mestr hag ar peur-oberour euz ar feiz, pehini, oc’h ober fae var ar vêz, abalamour d’ar joa a oa kinniget dezhan, hen deuz gouzanvet ar groaz, hag ez eo azezet a-zeo da dron Doue. (3) Rag-se, considerit ervad an hini hen deuz gouzanvet eun hevelep enebiez a-berz ar bec’herien, evit ne gwezot ket, o lezel hoc’h eneou da zemplaad.
(4) C’houi n’hoc’h euz ket c’hoas stourmet beteg ar goad, o combatti a-enep ar pec’hed. (5) Hag hoc’h euz ankounac’heet an exhortation a zo bet roet deoc’h, evel da vugale : Va mab, na zisprij ket punition an Aotrou, ha na goll ket a gourach, pa zeu da repren ac’hanoud ; (6) rag an Aotrou a gastiz an hini a zo karet ganthan, hag a sko gant gwialennou var an hini a zo anavezet ganthan evit he vab. (7) Mar gouzanvit ar bunition, Doue en em ziskouez deoc’h, evel da vugale dezhan ; rag piou eo ar mab ha na vez ket punisset gant he dad ? (8) Mes mar bezit exant euz ar bunition a behini an holl ho deuz lod, neuze eta ez oc’h bastarded, he nann bugale legitim. (9) Ouz-pen-ze, hon tadou hervez ar c’hïg ho deuz punisset ac’hanomp, ha koulskoude hon euz bet respet evithe : ha na vezimp-ni ket kalz sentussoc’h ouz Tad ar sperejou, evit gallout kaoud ar vuez ? (10) Rag hon tadou a bunisse ac’hanomp evit eun neubeud deiziou, evel ma kavent mad ; mes Doue a gastiz ac’hanomp evit hor brassa mad, evit m’hor bezo lod en he zantelez. (11) Gwir eo penaos pep punition a zeblant, er momant ma vez roet, beza eur sujet a dristidigez, ha nann eur sujet a joa ; mes goude, e teu da rei, er peoc’h, eur frouez a justis evit ar re a vez bet evel-se amprouvet. (12) Krenvait eta ho taouarn dinerzet, hag ho taoulin pere a zo sempleet ; (13) ha grit eun hent eün d’ho treid, evit n’ez ai ket ar pez a zo kam divar an arouden, mes kentoc’h ma vezo pareet.
(14) Klaskit ar peoc’h gant an holl, hag ar zantelez, hep pehini na velo den an Aotrou ; (15) o lakaad evez ne deufe den d’en em briva euz a c’hras Doue ; ha ne deufe eur c’hrizien c’houero-benag, o sevel, da veza kiriec a drubuil deoc’h, ha da lakaad meur a hini da veza saotret ganthi ; (16) hag o tiwall na vez den avoultr, na profan e-bed evel Esaü, pehini, evit eur pred-boued hep-ken, a verzaz he zroed a vab hena. (17) Rag anaoud a rit penaos goude-ze, pa fellaz dezhan herita euz ar venediction, e oe reprouvet, rag ne hellaz ket distrei ar pez a oa bet great, petra-benag ma her goulennaz gant daelou.
(18) Hogen, c’houi n’oc’h ket bet tosteet ouz ar menez a helle beza touchet gant an dorn, hag a oa an tan en-dro dezhan, nag ouz ar goabren deo, nag ouz an devalijen, nag ouz an tempest, (19) nag ouz an drompil skiltrus, nag ouz trouz ar c’homzou, eun drouz ker braz ma teuaz ar re her c’hleve, da bedi, evit ne vije mui adresset ar gomz dezhe. (20) Rag ne oant ket evit supporti an urz-man : Mar deu memeus eun aneval da douch ouz ar menez, e vezo lazet a daoliou mein, pe c’hoas e vezo treuzet gant eur flem. (21) Ha ken heuzus e oa ar pez en em ziskoueze, ma lavaraz Moises : Krena a ran, hag ez oun spountet-holl. (22) Mes c’houi a zo tosteet ouz menez Sion, ouz kear an Doue beo, ar Jerusalem celestiel, ouz ar milierou a elez, (23) ouz an assemble hag ouz Iliz ar re genta-ganet, scrivet ho hano en env, ouz eur barner pehini a zo Doue an holl, ouz sperejou ar re just deuet da veza parfet, (24) hag ouz Jesus, Mediator an allians nevez, hag ouz ar goad skulliet, pehini a lavar gwelloc’h traou eged hini Abel. (25) Likit evez na rafec’h disprij var an hini a gomz ouzoc’h ; rag mar n’ho deuz ket gallet ar re a rea disprij var an hini ho c’helenne var an douar a-berz Doue, tec’hel kuit, diessoc’h c’hoas e vezo deomp-ni tec’hel pa droomp kein d’an hini a gomz euz an env ; (26) ar vouez euz a behini neuze a lakaz an douar da grena, ha pehini breman hen deuz great ar bromessa-man, en eur lavaret : Eur vech c’hoas e lakin da grena, nann an douar hep-ken, mes ive an env. (27) Hogen, ar c’homzou-man : C’hoas eur vech, a verk ar fin euz an traou a hell beza chenchet, e kement ha ma’z int bet great, evit ma choumo ar re ne chenchont ket. (28) Abalamour da ze, o cregi er rouantelez ha na hell ket beza chenchet, dalc’homp ar c’hras, evit ma c’hellimp dreizhi servicha Doue en eun doare hag a blijo dezhan gant respet ha gant doujans ; (29) rag hon Doue a zo ive eun tan hag a zev.
A bado ar garantez etre ar breudeur. (2) Na ankounac’hait ket rei digemer mad d’an dud a-ziaveaz ; rag dre eno hinienou ho deuz digemeret elez, heb hen gouzout. (3) Dalc’hit sonj euz ar brizonerien, evel pa vec’h er chadennou assambles ganthe ; hag euz ar re a zo gwall-dretet, evel pa vijec’h c’houi hoc’h-unan en ho c’horfou. (4) Ra vezo ar briedelez henoret gant an holl, hag ar gwele disouillet ; rag Doue a varno an dud libertin hag an avoultrerien. (5) Ra vezo ho puez dinam a avaristed ; bezit contant gant ar pez hoc’h euz ; rag Doue he-unan hen deuz lavaret : Na zilezin ket ac’hanoud, ha ne abandonin ket ac’hanoud. (6) En hevelep doare ma c’hellomp lavaret gant assurans : An Aotrou a zo va zicour, ha n’em bezo ket a aoun ; petra a hell an den ober d’in-me ? (7) Ho pezit sonj euz ho renerien, pere ho deuz prezeget deoc’h ger Doue, hag en eur gonsideri ar fin euz ho buez, heullit ho feiz. (8) Jesus-Christ a zo ar memeus hini, deac’h hag hirio, ha da viken. (9) N’en em lezit ket da veza troet ha distroet gant pep seurt doctrin estranjour ; rag mad eo e vez ar galon krenveet dre ar c’hras ha nann dre c’hourc’hemenou divarben ar boued da zibri, gourc’hemenou ha n’ho deuz great vad e-bed d’ar re ho deuz heulliet anezhe. (10) Ni hon euz eun aoter euz a behini ar re a zervich en tabernacl n’ho deuz ket ar galloud da zibri. (11) Corfou an anevaled euz a bere ar goad a vez kasset d’al leac’h santel gant ar beleg-braz, evit ar pec’hed, a vez devet er meaz euz a leur-gear. (12) Dre-ze Jesus ive, evit santifia ar bobl dre he oad he-unan, hen deuz souffret en diaveaz a gear. (13) Deomp eta er meaz euz a leur-gear, evit mond d’he gaoud, o tougen he zismegans. (14) Rag n’hon euz kear peurbadus e-bed var an douar-man, mes klask a reomp an hini da zond. (15) Offromp eta heb ehan da Zoue, dre Jesus, eur sacrifis a veuleudi, da lavaret eo, ar frouez euz muzellou hag a anzav he hano. (16) Ha na ankounac’hait ket ober vad ha rei euz ho tanvez ; rag ar seurt sacrifisou-ze a blij da Zoue. (17) Sentit ouz ho renerien ha plegit dezhe, rag ar re-ze a ziwall hoc’h eneou, evel tud hag a dle renta count anezhe, evit ma c’hellint hen ober gant joa ha n’e ket en eur huanadi ; rag an dra-ze a vezfe domajus evidoc’h.
(18) Pedit evidomp, rag ni a gred penaos hon euz eur goustians vad, o teziroud en em gundui ervad en pep tra. (19) Hag hoc’h exhorti a ran d’hen ober gant sul-vui a nerz, evit ma vezin rentet deoc’h kentoc’h a ze.
(20) Hogen, ra zeuio Doue ar peoc’h, pehini hen deuz digasset adare euz a-douez ar re varo hon Aotrou Jesus, ar Pastor Souveren euz an denved, dre ar goad euz eun allians etemel, (21) da renta ac’hanoc’h parfet en peb oeuvr vad, ma reot he volontez, oc’h ober he-unan enoc’h ar pez a zo agreabl dirazhan, dre Jesus-Christ, da behini ar gloar da viken ! Amen.
(22) Me ho ped, breudeur, da zupporti ar gomz-man a exhortation ; rag en ber gomzou em euz scrivet deoc’h. (23) Gouzoud a rit penaos hor breur Timoteus a zo bet lakeat en liberte ; mar teu hep-dale, e velin ac’hanoc’h assambles ganthan.
(24) Saludit hoc’h holl renerien, hag an holl Zent. Ar re euz an Itali a zalud ac’hanoc’h. (25) Ra vezo ar c’hras ganeoc’h holl ! Amen.
AKES, servicher Doue hag an Aotron Jesus-Christ, d’an daouzec tribu a zo disperset, salud !
(2) Breudeur, kemerit evel eur sujet a joa vraz an tentationou a c’hoarvez ganeoc’h, (3) o c’houzout penaos an amprouv euz ho feiz a zigas ar batianted. (4) Mes ra zeuio ar batianted da ziskouez eur galloud parfet, evit ma veot parfet hag accomplisset, o veza ne vanko netra deoc’h.
(5) Ha mar d’euz unan-benag ac’hanoc’h hag a vank furnez dezhan, ra c’houlenno digant Doue, pehini a ro d’an holl gant largentez, direbech, hag e vezo roet dezhan. (6) Mes ra c’houlenno gant feiz, hep kaoud douetans ; rag an hini hen deuz douetans, a zo henvel ouz eun tarz-mor a vez hijet gant an avel ha taolet aman hag ahont. (7) Ne dalv ket ar boan eta da eun hevelep den beza en gortoz da gaoud eun dra-benag digant an Aotrou. (8) An den a choum he galon etre daou sonj, a zo valiant en he holl hentchou.
(9) Ra zeui ar breur a stad izel d’en em c’hlorifia, pa’z eo bet huelleet, (10) hag an hini pinvidic, pa’z eo bet izelleet, rag tremen a rai evel bleun ar yeot. (11) Rag an heol a zo savet en he nerz, hag hen deuz dizec’het al louzaouen, hag he bleun a zo deuet da gweza, hag he gened kaera zo tremenet ; evel-se e teui an den pinvidic da wenvi en he hentchou.
(12) Eürus an den a c’houzanv an dentation ; rag pa vezo bet amprouvet, e recevo ar gurunen a vuez prometet gant an Aotrou d’ar re a gar anezhan. (13) Diwallit na zeufe den da lavaret pa vez tentet : Doue eo a dent ac’hanoun ; rag Doue na hell ket beza tentet gant an drouk, hag hen he-unan na dent den ebed. (14) Mes pep hini a vez tentet pa vez douget ha sklejet gant he wall-c’hoant he-unan. (15) Neuze pa hen deuz ar gwall-c’hoant concevet, e teu da c’henel ar pec’hed ; ha pa vez peur-c’hreat ar pec’hed, he-man a zigas ar maro. (16) Diwallit d’en em drompla, va breudeur muia-karet : (17) Pep gras vad ha peb donezon barfet a zeu euz an env, hag a zisken digant Tad ar sclerijen, en pehini na vez chenchamant e-bed nag an disterra apparans a chenchamant. (18) Hon c’hrouet hen deuz hervez he volontez, dre ar gomz euz ar wirionez, evit ma vezimp evel ar frouez-kenta euz he grouadurien.
(19) Dre-ze, va breudeur muia-karet, ra vezo pep den pront da zelaou, gorrec da gomz, gorrec da vond en coler ; (20) rag coler an den na ra ket ar pez a zo just dirag Doue. (21) Rag-se, o lemmel divarnoc’h peb hudurnez hag ar gwall-valis, recevit gant dousder ar ger a zo plantet enoc’h, hag a hell savetaad hoc’h eneou. (22) Lakit ar ger en pratic, ha n’en em gontantit ket d’hen selaou, oc’h en em drompla hoc’h-unan gant rezoniou faoz. (23) Rag mar d’euz unan-benag hag a zelaou ar ger, ha n’hen laka ket en pratic, ez eo henvel ouz eun den hag a zell ouz he vizach naturel en eur mellezour ; (24) ha pehini, goude beza sellet outhan he-unan, a ia kuit, hag a ankounac’ha kerkent pe seurt den e oa. (25) Mes an hini hen devezo sellet piz el lezen barfet, el lezen al liberte, hag hen devezo kendalc’het enhi, o practica an oeuvrou, e-leac’h beza eur selaouer ankounac’haüs, hennes a vezo eürus er pez hen devezo great. (26) Mar sonj da unan-benag en ho touez ez eo eun den a relijion, pa ne zalc’h ket he deod bridet, mes pa drompl he galon he-unan, religion an den-ze a zo hep talvoudegez. (27) Ar religion bur ha didarch dirag Doue hon Tad, eo bizita an orphelined hag an intanvezed en ho affliction, hag en em viret didarch euz a gorruption ar bed.
IWALLIT na zeufe, va breudeur, ar feiz hoc’h euz en hon Aotrou Jesus-Christ glorifiet, da zellet ouz apparans an dud. (2) Rag, mar deu eun den da antren en hoc’h assamble, gant eur oalen aour ha dillad kaer, ha mar deu ive eun den paour gant dillad dister ; (3) ha mar deuit, oc’h ober stad ouz an hini hen deuz dillad kaer, da lavaret dezhan : Te, azez aman, gant henor ; ha mar lavarit d’an hini a zo paour : Choum aze, te, en da za, pe azez aman e-traon scabel va zreid ; (4) ha na rit-hu ket a zifferans enoo’h hoc’h-unan, ha n’och-hu ket deuet da veza barnerien hag ho deuz sonjezonou fall ? (5) Selaouit, va breudeur muia-karet ; ha n’hen deuz ket Doue choazet ar beorien euz ar bed-man da veza pinvidic er feiz hag heritourien euz ar rouantelez hen deuz prometet d’ar re a gar anezhan ? (6) C’houi, er c’hontrol, a ra disprij var ar paour. Ha n’e ket ar re binvidic eo a wask ac’hanoc’h hag ho trein dirag an tribunaliou ? (7) Ha n’e ket int eo a wall-gomz an hano kaer a zo bet galvet varnoc’h ? (8) Ma c’haccomplissit al lezen royal, hervez ar Scritur : Karoud a ri da nessa evel-d’oud da-unan, e rit mad ; (9) mes mar sellit ouz apparans an dud, e rit eur pec’hed, o veza ma tiskouez, sclear al lezen e torrit ar gourc’hemen. (10) Rag piou-benag hen devezo miret al lezen pen-da-ben, mar deu da bec’hi var eur poent hep-ken, a zeu da veza coupabl euz an holl. (11) Rag an hini hen deuz lavaret : Na ri ket a avoultriach, hen deuz lavaret ive : Na lazi ket. Hogen, mar na rez ket a avoultriach, mes mar deuez da laza, ec’h euz torret al lezen. (12) Komzit eta, hag en em gomportit evel tud hag a vezo barnet dre lezen al liberte. (13) Rag ar varn a vezo didruez var an hini n’hen devezo ket bet a druez ; mes an drugarez n’he deuz aoun e-bed rag ar varn.
(14) Va breudeur, petra a dalvezo da eun den lavaret hen deuz ar feiz, mar n’hen deuz ket an oberou ? Daoust hag ar-feiz-ze a hell hen sauvetaad ? (15) Ha mar ema eur breur pe eur c’hoar en noaz, ha mar mank dezhe ar boued pemdeziec, (16) ha mar deu unan-benag ac’hanoc’h da lavaret dezhe : It en peoc’h, tommit ha debrit ho kwalc’h, ha mar na roit ket dezhe an traou a zo red evit ar c’horf, da betra e servich kement-se ? (17) Evel-se ive e c’hoarvez evit ar feiz, mar n’he deuz ket an oberou, ez eo maro enhi he-unan. (18) Mes unan-benag a lavaro : Te ec’h euz ar feiz, ha me em euz an oberou. Diskouez d’in da feiz dre da oberou, ha me a ziskouezo d’id va feiz dre va oberou. (19) Te a gred ez euz eun Doue hep-ken, mad a rez ; an drouk-sperejou hen cred ive, hag e krenont. (20) Mes, O den ven ! ha te a fell d’id gouzout penaos ar feiz heb an oberou a zo maro ? (21) Ha na oe ket Abraham, hon tad, justifiet dre an oberou, pa offraz he vab Isaac var an aoter ! (22) Ha ne velez-te ket e laboure ar feiz assambles gant he oberou, hag ez eo dre an oberou e oe rentet ar feiz parfet ? (23) Hag evel-se e oe accomplisset ar pez a lavar ar Scritur : Abraham a gredaz da Zoue, hag e oe countet kement-se dezhan evit justis, hag e oe galvet mignon da Zoue. (24) Gwelet a rit eta penaos an den a zo justifiet dre an oberou, ha n’e ket dre ar feiz hep-ken. (25) Er memeus doare ive, ha na oe ket Rahab, ar gourtizanez, justifiet dre an oberou, pa roaz digemer d’ar gannaded, hag e reaz dezhe mond er meaz dre eun hent all ? (26) Rag evel ma’z eo maro ar c’horf heb an ene, evel-se, ive ar feiz heb an oberou a zo maro.
A breudeur, arabad eo e vez kalz a gelennerien en ho touez, rag dond a raio varnomp eur varnedigez rustoc’h. (2) Hogen, holl e kwezomp var meur a dra. Mar d’euz unan-benag ha na deu ket da fazia en he gomzou, hennes a zo eun den parfet, hag a zo capabl da zerc’hel he gorf-holl bridet. (3) Setu aman, lakaad a reomp eur c’habestr e genou ar c’hezec, evit ober dezhe senti, hag ec’h hellomp trei du-man ha du-hont ho c’horf-holl. (4) Setu aman c’hoas, ar batimanchou, pere, petra-benag ma’z int ker braz, ha ma’z int kasset gant an avel grenv, a vez troet du-man ha du-hont gant eur stur gwall vihan, el leac’h ma fell d’ar sturier. (5) An teod ive a zo eun ezel bihan, ha pretanti a ra beza capabl a draou braz. Setu aman eun tammic bihan a dan ; nag a goat na hell-hen ket da lakaad da gregi ? (6) An teod a zo ive eun tan, eur bed a fallentez. Evel-se ez eo lakeat an teod e-touez hon izili, o souilla ar c’horf holl, hag oc’h entana ar vuez holl, entanet he-unan gant an ifern. (7) A bep seurt loened gwez ha lapoused, a bep seurt amprevaned ha loened-mor a vez donveet hag a zo bet donveet gant an den ; (8) mes den e-bed na hell donvaad an teod ; eur gwall-dra eo ha na heller ket beza mestr dezhan ; leun eo a vulum hag a ro ar maro. (9) Gant an teod e vennigomp Doue an Tad, ha gant an teod e taolomp malloz var an dud, pere a zo bet great ouz henveledigez Doue. (10) Euz ar memeus genou e teu bennoz ha malloz. Va breudeur, arabad eo e vez count evel-se. (11) Daoust hag eur feunteun a daol euz ar memeus toull dour dous, ha dour c’hoero ? (12) Va breudeur, eur vezen-fiez, hag hi a hell rei olivez ; pe eur winien, rei fiez ? Evel-se feunteun e-bed na hell rei dour sall ha dour dous.
(13) Ha beza ez euz en ho touez eun den fur ha gwiziec-benag ? Ra ziskouezo he oberou dre eur gundu vad gant an dousder euz ar furnez ; (14) mes mar d’euz en ho calon santimanchou c’hoero a jalouzi, hag eur spered a zisput, diwallit d’en em c’hlorifia ha da lavaret gevier a-enep ar wirionez. (15) N’e ket honnes eo ar furnez a zisken euz an env, mes beza ez eo eur furnez euz an douar, euz ar c’hig hag a-berz an diaoul. (16) Rag dre-holl, el leac’h ma ema ar jalouzi hag an disput, eno ez euz direizted hag a bep seurt drouk. (17) Evit ar pez a zell ar furnez euz an env, da genta ez eo pur, ha neuze sioul, moderet, gouzoud a ra plega, leun eo a drugarez hag a frouez mad, douget evit an eil kerkoulz hag evit egile, hag heb hipocrizi. (18) Hogen, frouez ar justis a vez hadet er peoc’h, evit ar re en em ro d’ar peoc’h.
BE leac’h e teu en ho touez an disputou hag ar c’hannou ? Ha n’eo ket euz ho kwall-ioulou pere a ra brezel en hoc’h izili ? (2) C’hoantaad a rit, ha na hellit ket kaoud ; c’houi a zo muntrerien ha leun a jalouzi, ha ne hellit ket beza contantet ; c’houi a stourm hag a ra brezel, ha na recevit netra, rag ne c’houlennit netra. (3) Goulen a rit, ha na recevit ket, abalamour ma c’houlennit fall, hag evit contanti ho kwall-ioulou. (4) Goazed ha merc’hed avoultr, ha na ouzoc’h-hu ket penaos karantez ar bed a zo eur gassoni a-enep Doue ? Piou-benag eta a fell dezhan beza mignon d’ar bed, en em laka da veza adversour da Zoue. (5) Ha c’houi a gav deoc’h e komz ar Scritur en ven ? Ar Spered pehini a ra he zemeurans enomp, daoust hag hen hen deuz c’hoantaennou hag a zoug d’an anvi ? (6) Er c’hontrol, rei a ra eur c’hras vrassoc’h. Dre-ze ar Scritur a lavar : Doue a stourm ouz ar re ourgouillus, mes rei a ra gras d’ar re humbl. (7) En em zoumetit eta da Zoue ; stourmit ouz an diaoul, hag e tec’ho diouzoc’h. (8) Tostait ouz Doue, hag hen a dostai ouzoc’h. Netait ho taouarn, pec’herien, ha c’houi, pere a zo daou-hanteret ho calon, purifiit, ho calonou ; (9) santit ho mizer, bezit evel en kaon, ha gouelit ; ra vezo ho c’hoarz troet en daelou, hag ho choa en tristidigez. (10) En em humiliit dirag an Aotrou, hag hen a zavo ac’hanoc’h.
(11) Breudeur, na zroug-komzit ket an eil divarben egile. An hini a zroug-komz divarben eur breur, hag a gondaon he vreur, a zroug-komz divarben al lezen, hag a varn al lezen. Hogen mar barnez al lezen, ne zentez ket ouz al lezen, mes barna a rez anezhi. (12) N’euz nemed Unan hep-ken hag a ra al lezen, hag a hell savetaad ha koll. Te, piou oud-de, evit barna ar re all ?
(13) Breman e komzan ouzoc’h-hu pere a lavar : Hirio pe varc’hoas ez aimp d’ar gear-man pe d’ar gear-zont, hag e choumimp eno eur bloavez, hag e trafikimp, hag e c’hounezimp. (14) Hogen, ne ouzoc’h ket petra a vezo varc’hoas ; rag petra eo ho puez ? N’ed eo nemed eur vogeden pehini en em ziskouez evit eun neubeud amzer, ha neuze a ia kuit. (15) E-leac’h ma tlefec’h lavaret : Mar fell d’an Aotrou, ha mar choumomp beo, e raimp an dra-man pe an dra-ze. (16) Mes breman, en em c’hlorifiit en ho fougeou. Pep gloar euz ar seurt-se a zo fall. (17) Hennes eta pehini a anavez ar mad ha n’hen gra ket, a zo eur pec’her.
EOC’H-HU breman, tud pinvidic ! Gouelit hag hirvoudit, abalamour d’ar malheuriou a ia da gweza varnoc’h. (2) Ho pinvidigezou a zo brein, hag ho tillad a zo debret gant an prenved. (3) Hoc’h aour hag hoc’h arc’hand a zo merglet, hag ar mergl anezhe a zavo da dest a-enep deoc’h, hag a zebro ho kig evel eun tan. Dastumet hoc’h euz eun tenzor evit an deiziou diveza. (4) Setu aman, gopr al labourerien pere ho deuz medet ho parkeier, ar gopr-ze hoc’h euz miret outhe, a zeu da grial ; ha klemmou ar re ho deuz medet a zo deuet beteg diou-skouarn Aotrou an armeou. (5) Bevet hoc’h euz er plijadurezou hag en delisou var an douar, hag en em leuniet oc’h bet evel en eun devez a zacrifis. (6) C’houi hoc’h euz condaonet ha lakeat d’ar maro an den just, hag hen n’hen deuz ket stourmet ouzoc’h.
(7) Breudeur, gortozit eta gant patianted beteg donedigez an Aotrou. Setu an tiec a c’hortoz gant patianted ar frouez precius euz an douar, ken n’hen devezo bet glao euz ar c’henta hag euz an diveza sezon. (8) C’houi ive, gortozit gant patianted, krenvait ho calonou, rag donedigez an Aotrou a dosta. (9) Breudeur, n’en em glemmit ket an eil a-enep egile, gant aoun ne vec’h condaonet. Setu, ema ar barner e-tal an nor. (10) Va breudeur, kemerit ar brofeted pere ho deuz komzet en hano an Aotrou evit skouer a c’houzanvedigez hag a batianted. (11) Setu aman, istim a reomp eürus ar re ho deuz souffret gant patianted ; klevet hoc’h euz komz euz a batianted Job, hag anaoud a rit ar fin a roaz an Aotrou dezhan ; rag an Aotrou a zo leun a drugarez hag a druez.
(12) Dreist pep tra, va breudeur, na douit ket, na dre an env, na dre an douar, na dre le all e-bed ; mes ra vezo ho ia, ia, hag ho nann, nann, gant aoun na gwezfac’h er gondaonation. (13) Ha beza ez euz unan-benag en ho touez hag a zo en poan ? ra bedo. Ha beza ez euz unan-benag er joa ? ra gano canticou. (14) Ha beza ez euz unan-benag klanv en ho touez ? ra c’halvo ar re Ancien euz an Iliz ; ha ra zeui ar re-man da bedi evithan, en eur eolia anezhan gant eol en hano an Aotrou. (15) Ha peden ar feiz a zaveteo an hini klanv, hag an Aotrou a zavo anezhan ; ha mar hen deuz great pec’hejou, e vezint pardonet dezhan. (16) Covessait ho fautou an eil d’egile, ha pedit an eil evit egile, evit ma veot iac’heet ; rag ar beden euz a galon eun den just he deuz eur galloud vraz. (17) Eliaz a oa eun den techet d’ar memeus infirmiteou evel-d’omp-ni ; koulskoude e pedaz stard evit na raje ket a c’hlao ; ha na reaz ket a c’hlao var an douar, e-pad tri bloaz ha c’houec’h mis. (18) Hag hen a bedaz adare, hag an env a roaz glao, hag an douar a zougaz he frouez.
(19) Breudeur, mar deu unan-benag, ac’hanoc’h da bellaad euz ar wirionez, ha mar deu unan-benag d’hen distrei, (20) ra ouezo penaos an hini hen deuz distroet eur pec’her euz a hent ar gollidigez, a zaveteo eun ene euz ar maro, hag a c’holoi eun niver braz a bec’hejou.
ER, abostol Jesus-Christ, d’an estranjourien disperset e broiou Pontus, Galatia, Cappadosia, Asi ha Bithynia, (2) choazet hervez an anaoudegez hen deuz Doue an Tad euz ar pez a dle c’hoarvezoud, evit beza santifiet dre ar Spered, evit senti ouz Jesus-Christ, hag evit kaoud lod er goad hen deuz skulliet. Ra vezo cresket ar c’hras hag ar peoc’h enoc’h !
(3) Ra vezo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jesus-Christ, pehini, hervez he drugarez vraz, hen deuz hon lakeat da c’henel a-nevez da eun esperans beo dre resurrection Jesus-Christ a-douez ar re varo, (4) evit kaoud eun heritach ha na vreino biken, hep tarch e-bed, ha na ia ket da goll, hag a zo miret en envou evidomp-ni, (5) pere, dre c’halloud Doue, a zo diwallet dre ar feiz, evit ar zilvidigez, a ia da veza diskouezet en amzeriou diveza. (6) Euz a gement-man hoc’h euz levenez, petra-benag ma’z oc’h breman en dristidigez, evit eun neubeud amzer, gant meur a seurt poaniou, pa’z eo red e c’hoarvezfe kement-se, (7) evit ma teui an amprouv euz ho feiz, pehini a zo preciussoc’h eged an aour a rank perissa, hag a vez koulskoude amprouvet dre an tan, da drei da veuleudi deoc’h, da henor ha da c’hloar, e deiz donedigez Jesus-Christ, (8) pehini a garit, hep beza hen anavezet, en pehini e credit hep he velet evit c’hoas, hag en em rejouissa a rit gant eur joa ha na hell den he c’hompren, hag a zo leun a c’hloar, (9) o receo ar priz euz ho feiz, silvidigez hoc’h eneou. (10) Divarben ar zilvidigez-ze eo ho deuz enklasket gant aked hag examinet piz ar brofeted, pere ho deuz profetised divarben ar c’hras a zo enoc’h ; (11) o klask anaoud, en pe seurt amzer hag en pe seurt circonstansou, e tiskoueze Spered ar C’hrist a oa enhe, hag a rente testeni a-ziaraog, e tlie c’hoarvezoud souffransou ar C’hrist, hag ar gloar a dlie dond varlerc’h. (12) Hag e oe discleriet dezhe ne oa ket evithe ho-unan, mes evidomp-ni, e reant ho c’harg en traou-man, pere a zo bet breman annonset deoc’h gant ar re ho deuz prezeget an Aviel deoc’h, dre ar Spered-Santel digasset euz an env, traou hag a c’hoanta an elez ho gwelet beteg ar fons.
(13) Rag-se, o veza lakeat eur c’houriz var groazellou hoc’h intentamant, hag o veza sobr, gortozit gant eun esperans parfet ar c’hras a vezo digasset deoc’h da zonedigez Jesus-Christ ; (14) evel bugale sentus, n’en em gonformit ket d’ar gwall-ioulou euz hoc’h ignorans a wech-all. (15) Mes evel ma’z eo santel an hini hen deuz ho kalvet, evel-se c’houi ive bezit santel en hoc’h holl gomportamant. (16) Rag scrivet eo : Bezit santel, rag me a zo santel. (17) Ha mar galvit ho Tad an hini pehini, heb sellet ouz apparans an dud, a varn hervez oberou peb hini, en em gunduit gant doujans e-pad an amzer hoc’h euz da dremen var an douar-man ; (18) o c’houzout penaos, n’eo ket dre draou breinus, evel arc’hant hag aour, hoc’h bet dasprenet euz ar feçon didalvoud da dremen ar vuez, a oa bet disket deoc’h gant ho tadou, (19) mes dre oad precius ar C’hrist, evel euz a eun Oan hep si hag hep tarch e-bed, (20) destinet dija araog fondation ar bed, hag a zo bet diskouezet en amzeriou diveza-man abalamour deoc’h-hu, (21) pere, dreizhan, a gred en Doue, pehini hen deuz resussitet anezhan a-douez ar re varo, hag hen deuz glorifiet anezhan, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperans en Doue. (22) O veza purifiet hoc’h eneou, en eur zenti ouz ar wirionez, dre ar Spered, evit kaoud eur garantez a vreudeuriach hep hipocrizi, kendalc’hit d’en em garet an eil egile gant eur galon bur, (23) o veza ganet a-nevez, nann euz a eun had vreinus, mes euz a eun haden ha na hell ket dond da vreina, dre c’her Doue, pehini a vev hag a bad da viken. (24) Rag pep kig a zo evel ar yeot, hag holl c’hloar an den evel bleun ar yeot ; ar yeot a zeu da zec’ha hag ho bleun da gweza ; (25) mes ger an Aotrou a choum da viken ; hag he-man eo ar ger euz a behini ar c’helou mad a zo bet prezeget deoc’h.
OUDE beza eta dilezet pep fallentez, pep tromplezon peb hipocrizi, peb anvi ha pep drouk-prezegerez, (2) c’hoantait a galon, evel bugale nevez ganet, al leaz spirituel ha pur, ma teuot dreizhan da greski. (3) Pa’z eo gwir hoc’h euz tanveet ez eo mad an Aotrou, en eur dostaad outhan ; (4) pehini eo ar mean beo taolet a-gostez gant an dud, mes choazet gant Doue, ha precius ; (5) c’houi ive, evel mein beo, a zo savet, evit beza eun ti spirituel, eur velegiach santel, evit offr sacrifisou spirituel agreabl da Zoue, dre Jesus-Christ. (6) Evit-se eo merket er Scritur : Setu, e lakean en Sion eur mean-corn, dibabet ha precius ; hag an hini a gredo enhan na vezo ket mezekeet. (7) C’houi eta, pere a gred, a denno henor anezhan ; mes evit ar re na gredont ket, ar mean a zo bet taolet kuit gant ar re a zave an ti, a zo deuet da veza eur mean-corn, eur mean hag a laka da gweza, eur garrec a scandal ; (8) o veza dizent ouz ar ger, e teuont da wall-stoka outhan, ha da gement-se ez int bet destinet. (9) Mes c’houi eo al lignez choazet, ar velegiacb royal, an nation zantel, ar bobl prenet, evit discleria vertuziou an hini hen deuz ho kalvet euz an devalijen d’he sclerijen burzudus ; (10) c’houi pere gwech all ne oac’h ket eur bobl, mes pere a zo deuet da veza breman pobl Doue ; c’houi pere n’ho poa ket kavet a drugarez, mes pere breman hoc’h euz kavet trugarez.
(11) Va breudeur muia-karet, ho pedi a ran, evel estranjourien ha beajourien, d’en em viret euz a zezirou diroll ar c’hig pere a ra brezel d’an ene ; (12) o kaoud eur gomportamant vad e-touez ar Jentiled, evit ma teuint da c’hlorifia Doue, deiz ar vizitation, o velet hoc’h oberou-mad, e-leac’h drougkomz divar ho pen, evel pa vec’h torfetourien.
(13) Rag-se en em zoumetit, abalamour d’an Aotrou, da gement tra a zo bet instituet gant an dud ; ken d’ar roue, abalamour ma’z eo an huella ; (14) ken d’ar gouarnerien, evel da dud kasset euz he berz, evit punissa ar re a ra droug hag evit meuli ar re a ra mad. (15) Rag bolontez Doue eo ma teufac’h, en eur ober ar mad, da zerri ho genou d’an dud ignorant ha dibourvez a skiant-vad : (16) evel tud libr, nann evit lakaad ho liberte da zervichoud evel eur voal da c’holo ar fallentez ; mes evel servicherien da Zoue. (17) Rentit henor d’an holl ; karit an holl breudeur ; doujit Doue ; henorit ar roue.
(18) Servicherien, plegit gant pep doujans d’ho mistri, n’e ket bep-ken d’ar re vad ha jentil, mes ive d’ar re zrouk. (19) Rag eun dra eo hag a blij da Zoue, pa deu unan-benag, abalamour d’ar goustians, da anduri afflictionou, en eur c’houzanv dre injustis. (20) Rag pe seurt meuleudi a zeufe deoc’h, o c’houzanv gant patianted beza skoet, pa hoc’h euz great an drouk ? Mes mar gouzanvit gant patianted poaniou evit beza great ar mad, kement-se eo a ra plijadur da Zoue. (21) Rag da gement-se ive eo ez oc’h bet galvet, rag ar C’hrist ive hen deuz gouzanvet evidoc’h, o lezel ganeoc’h eur skouer, evit ma teuot da heuil he roudou ; (22) hen pehini n’hen deuz great pec’hed e-bed, hag e genou pehini n’euz bet kavet faozentez e-bed ; (23) hen pehini na rente outrach e-bed d’ar re a outraje anezhan ; ha pa vije gwall-dretet, na c’hourdrouze ket, mes a leze kement-se etre daouarn an hini a varn gant justis ; (24) hen pehini hen deuz douget hor pec’hejou en he gorf var ar groaz, evit ma teuimp, o veza maro d’ar pec’hed, da veva d’ar justis, ha dre c’houliou pehini ez oc’h bet pareet. (25) Rag c’houi a oa evel denved dianket ; mes breman ez oc’h distroet da gaoud ar Pastor hag an Evesaer euz hoc’h eneou.
RAGEZ, bezit evel-se ive sentus e-kenver ho priejou, evit, mar d’euz lod anezhe ha na zentont ket ouz ar ger, ma vezint gounezet heb ar ger, dre gomportamant ho gragez ; (2) pa velint ho comportamant pur ha leun a respet. (3) Diwallit ne vez hoc’h ornedigez an hini a-ziaveaz, en ho pleo pentet, pe en hoc’h ornamanchou aour, pe er feçon d’en em viska, (4) mes ra vezo hoc’h ornedigez an den kuzet en diabarz ar galon, eur spered a zousder hag a beoc’h, eun ornamant ha na zeu ket da wenvi, hag a zo talvouduz braz dirag Doue. (5) Rag evel-se en em orne ive gwech-all ar gragez santel, pere a oa ho esperans en Doue, o senti ouz ho friejou ; (6) evel Sara pehini a zente ouz Abraham, o c’hervel anezhan he Aotrou. Da honnes eo e teuit da veza bugale, oc’h ober ar mad, hag o tiwall ne zeufe spount e-bed d’ho trubuilla.
(7) Ezec’h, evel-se ive en em gomportit gant furnez e-kenver ho kragez, evel e-kenver eur c’hrouadur semploc’h, en eur renta henor dezhe, pa’z eo gwir ec’h heritint ganeoc’h euz ar c’hras a vuez ; evit na zeui netra d’hoc’h herzel da bedi.
(8) Er fin, bezit holl euz ar memeus santimant, o kemer an eil poaniou egile, oc’h en em garoud evel breudeur, leun a drugarez hag a volontez-vad ; (9) e-leac’h renta an droug evit an droug, na gwall-gomz evit gwall-gomz, bennigit kentoc’h, o c’houzout penaos da gement-se eo ez oc’h bet galvet, evit m’ho pezo ar bennoz evit heritach. (10) Rag, an hini a fell dezhan karoud ar vuez ha gwelet deiziou eürus, ra viro he deod diouz an droug, hag he vuzellou diouz ar c’homzou tromplus ; (11) ra zeuio da drei kein d’an droug, ha da ober ar mad, da glask ar peoc’h, ha da heuil anezhan. (12) Rag daou-lagad an Aotrou a zo var ar re just, hag he ziou-skouarn a zo aketus d’ho feden ; mes faç an Aotrou a zo a-enep ar re a ra an drouk. (13) Ha piou a rai droug deoc’h, ma c’heullit ar mad ? (14) Mes ha pa zeufec’h memeus da c’houzanv abalamour d’ar justis, e vefec’h eürus. N’ho pezet ket eta a aoun rag ar spount ho deuz c’hoant da ober deoc’h, ha na vezit ket nec’het ; (15) mes santifiit an Aotrou Doue en ho calonou. Ha bezit ato prest d’en em zifen gant dousder ha respet ouz ar re a c’houlen rezon diganeoc’h divarben an esperans a zo enoc’h ; (16) o kaoud eur goustians vad, evit ma vezo confontet er pez a lavar a-enep deoc’h ar re a zeu da damal ho comportamant vad er C’hrist, evel pa vijec’h torfetourien. (17) Rag gwelloc’h eo gouzanv, mar d’eo bolontez Doue, en eur ober ar mad, eged en eur ober an drouk. (18) Rag ar C’hrist ive hen deuz gouzanvet eur vech evit ar pec’hejou, an hini a oa just evit ar re injust, evit hon digas da Zoue ; o veza bet lakeat d’ar maro hervez ar c’hig, mes beoeet dre ar Spered ; (19) dre behini ive ez eaz da brezeg er prizon, (20) d’ar sperejou pere gwech-all a oa bet difeiz, pa c’hoarvezaz, en amzer Noe, ma oa patianted Doue o c’hortoz, evit ar vech diveza, e-pad ma oat o sevel an arc’h, en pehini eun niver bihan a dud, da lavaret eo, eiz den, a oe sauveteet a-dreuz an dour. (21) Hag an imach a gement-se, ar vadiziant (n’e ket an hini a lam kuit louzdoniou ar c’horf, mes an angajamant euz a eur goustians vad dirag Doue,) a zeu d’hon sauvetaad breman, dre resurrection Jesus-Ohrist ; (22) pehini o veza eat d’an env, a zo a-zeo da Zoue, ha dezhan e rank an elez, ar princelezou hag ar puissansou plega.
A hen deuz eta ar C’hrist gouzanvet evidomp-ni er c’hig, c’houi ive en em armit euz ar sonj-man, penaos an hini hen deuz gouzanvet er c’hig, hen deuz paouezet da bec’hi ; (2) evit na vevo mui hervez dezirou fall an dud, mes hervez bolontez Doue, e-pad an amzer m’hen deuz c’hoas da veva' er c’hig. (3) Rag awalc’h eo deomp beza great, en amzer hor buez tremenet, bolontez ar Jentiled, en eur vale en diroll, en droug-ioulou, er vezventi, er gourmandiz, hag er zervich criminal euz an idolou. (4) Abalamour da ze ez int souezet o velet na redit ket assambles ganthe er memeus diroll a vuez fall, hag e troug-komzont divar ho pen. (5) Renta a raint count d’an hini a zo prest da varn ar re veo hag ar re varo. (6) Rag an Aviel a zo bet prezeget ive d’ar re varo, evit ma teujent, goude beza bet barnet hervez an den, er pez a zell ar c’hig, da veva hervez Doue er pez a zell ar spered.
(7) A-hend-all, tostaad a ra ar fin euz an holl draou ; dre-ze bezit fur ha beillit er beden. (8) Dreist pep tra, bezet an eil evit egile eur garantez tener ; rag ar garantez a c’holoio eun niver braz a bec’hejou. (9) Bezit ato prest d’en em zigemer an eil egile en ho tiez, heb en em glem. (10) Ra zeui pep hini, hervez m’hen deuz recevet, da implija he zonezon e servich ar re all, evel distribuerien vad a bep gras a Zoue. (11) Mar deu unan-benag da gomz, ra gomzo hervez an oraclou a Zoue ; mar hen deuz unan-benag eur garg-benag, ra zeui d’hen ober hervez ar galloud a ro Doue dezhan, evit ma vezo Doue glorifiet en pep tra dre Jesus-Christ, da behini eo ar gloar hag ar galloud da viken ! Amen.
(12) Breudeur muia-karet, na vezit ket souezet m’az euz eur fournes a dan en ho touez, evit hoc’h amprouvi, evel ma c’hoarvezfe ganeoc’h eun dra estranj-benag. (13) Mes en em rejouissit, o veza ma hoc’h euz lod e souffransou ar C’hrist, evit ma viot ive karget a joa, pa vezo diskouezet he c’hloar. (14) Mar bezit outrajet abalamour da hano ar C’hrist, ez oc’h eürus ; rag ar Spered a c’hloar, Spered Doue, a choum varnoc’h. Ar re-ze a vlasphem anezhan, mes glorifiet eo ganeoc’h-hu. (15) Diwallit ne zeufe hini ac’hanoc’h da veza punisset evel eur muntrer, pe eul laer, pe eun torfetour, pe eun den sourciet gant afferou ar re all. (16) Mes ma souffr evel christen, ne dle ket kaoud mêz, mes renta gloar da Zoue evit kement-se. (17) Rag dond a ra an amzer ma tle ar varn commans dre di Doue ; ha mar commans dreizomp-ni, petra e vezo fin ar re na zentont ket ouz Aviel Doue ? (18) Ha mar bez a boan salvet an den just, petra e teui da veza an den impi hag ar pec’her ? (19) Ra zeui eta ar re a c’houzanv dre volontez Doue, da erbedi dezhan ho eneou, evel da eur Chrouer fidel, en eur ober ar mad.
EDI a ran ar re Ancien pere a zo en ho touez, me pehini a zo ive Ancien assambles ganthe, ha test euz a souffransou ar C’hrist, ha lodennec euz ar gloar a dle beza diskouezet : (2) Messait denved Doue pere a zo en ho touez, o teuler evez varnezhe, nann dre fors, mes a volontez-vad ; nann evit eur c’hounidegez vil, mes dre garantez ; (3) nann evel pa vijec’h mestr var ar re a zo bet fiziet enoc’h, mes o rei skouer vad dezhe. (4) Ha pa zeuio ar Pastor souveren, c’houi a recevo ar gurunen ziwenvus a c’hloar. (5) C’houi ive evel-se, tud yaouank, en em zoumetit d’ar re ancien, hag o plega holl an eil d’egile, en em viskit a humilite ; rag Doue a stourm ouz ar re ourgouillus, mes ober a ra trugarez d’ar re a zo humbl. (6) Plegit eta gant humilite dindan an dorn galloudus a Zoue, evit ma savo ac’hanoc’h pa vezo deuet an amzer ; (7) o teurel varnezhan hoc’h holl zourciou, rag hen hen deuz sourci ac’hanoc’h. (8) Bezit sobr, beillit ; rag hoc’h enebour, an diaoul, a ra an dro deoc’h, evel eul leon o iudal, o klask piou a hello da lounka. (9) Stourmit outhan, o choum stard er feiz, o c’houzout penaos ho preudeur, pere a zo er bed, a c’houzanv ar memeus poaniou. (10) Hogen, ra zeui an Doue a bep gras, pehini hen deuz hor galvet d’he c’hloar eternel en Jesus-Christ, goude ma ho pezo gouzanvet eun neubeud, d’ho renta parfet, ferm, krenv ha stard en ho sa. (11) Dezhan ar gloar hag ar galloud da viken ! Amen.
(12) Scrivet em euz deoc’h e ber gomzou dre Silvanus, pehini a zo, evel ma c’histiman anezhan, eur breur fidel, en eur exhorti ac’hanoc’h hag en eur assuri deoc’h penaos ar gwir c’hras a Zoue eo an hini en pehini e choumit stard. (13) An assamble euz ar re choazet a zo en Babylon, ha Marc va Mab, a zalud ac’hanoc’h. (14) En em zaludit an eil egile dre eur pok a garantez.
Ar peoc’h ganeoc’h holl pere a zo en Jesus-Christ ! Amen.
IMON PER, servicher hag abostol Jesus-Christ, d’ar re ho deuz bet en partach eur feiz euz ar memeuz priz gant hon hini-ni, er justis euz hon Doue ha Salver Jesus-Christ. (2) Ra vezo cresket deoc’h ar c’hras hag ar peoc’h, en anaoudegez euz a Zoue hag euz a Jesus hon Aotrou.
(3) Evel ma hen deuz he c’halloud divin roet deomp kement a zell ouz ar vuez hag ar biete, dre an anaoudegez euz an hini hen deuz hor galvet dre he c’hloar hag he vertuz ; (4) dre bere eo bet roet deomp ar promessaou braz ha precius meurbed, evit ma teuot, dre ar re-man, da gaoud lod euz an natur divin, o pellaad ouz ar gorruption a zo o ren dre ar bed dre ar c’hoantaennou diroll ; (6) evel-se, o lakaad hoc’h holl boan d’hen ober, unanit assambles gant ho feiz ar vertuz, gant ar vertuz ar wiziegez ; (6) gant ar wiziegez an demperans ; gant an demperans ar batianted ; ha gant ar batianted ar biete ; (7) gant ar biete ar garantez a vreur ; ha gant ar garantez a vreur ar garantez. (8) Rag ma ema an traou-ze enoc’h, ha mar emaint en abondans, ne lezint ket ac’hanoc’h da veza na didalvez, na difrouez en anaoudegez euz hon Aotrou Jesus-Christ. (9) Mes an hini n’ema ket an traou-ze enhan, a zo dall, ber-velet eo, hag ankounac’heet hen deuz ar burification euz he bec’hejou tremenet. (10) Rag-se, breudeur, bezit muioc’h-mui aketus da grenvaad ho kalvedigez hag ho choazedigez ; rag en eur ober kement-se, ne deuot biken da gweza ; (11) hag evel-se an antre e rouantelez eternel hon Aotrou ha Salver Jesus-Christ a vezo roet deoc’h gant largentez.
(12) Setu perag, ne vankin ket da zigas da zonj deoc’h dalc’hmad euz an traou-man, petra-benag ma c’hanavezit anezhe, ha ma’z oc’h krenveet er wirionez pehini a zo ganeoc’h. (13) Ha me a gred ez eo just, e-keit ha ma vezin ebarz an danten-man, e tihunfen ac’hanoc’h dre va aliou, (14) o c’houzout penaos, hep-dale e tilezin an danten-man, hervez ma hen deuz hon Aotrou Jesus-Christ roet d’in da anaoud. (15) Mes soagn em bezo da ober ar pez a zo red evit ma c’hellot, goude va zremenvan, kaout sonj bepred euz an traou-ze. (16) Rag n’e ket en eur heuil fablennou great gant finesse eo hon euz roet da anaoud deoc’h galloud ha donedigez hon Aotrou Jesus-Christ ; mes goude beza gwelet he vajeste gant hon daou-lagad hon-unan. (17) Rag recevet hen deuz digant Doue an Tad henor ha gloar, pa oe adresset dezhan ar vouez-man gant ar Gloar souveren : He-man eo va Mab muia-karet, en pehini em euz lakeat va holl garantez. (18) Ha ni hon euz klevet ar vouez-ze a zeue euz an env, pa oamp assambles ganthan var ar menez santel. (19) Beza hon euz ive komz ar brofeted hag a zo eur gomz ferm meurbed, ouz pehini e rit mad teurel evez, evel ouz eur c’houlaouen hag a lugerne en eul leac’h teval, ken a deuje an deiz da c’houlaoui ha ken a zavje stereden ar mintin en ho calonou ; (20) gouezit da genta an dra-man penaos, profesi ebed euz ar Scritur na zeu euz a zantimant an den he-unan. (21) Rag ar brofesi n’eo ket bet digasset gwech-all dre volontez an den, mes tud santel a Zoue ho deuz komzet, douget da gement-se gant ar Spered-Santel.
OGEN evel ma’z euz bet fals profeted e-touez ar bobl, e vezo ive fals doctored en ho touez, pere a roio digor e-kuz da hereziou danjerus, tud pere, o nac’h an Aotrou pehini hen deuz ho frenet, a denno a-daol ar gollidigez varnezhe ho-unan. (2) Ha kalz a heullio ho c’helennadurezou a gollidigez, ha blasphemet e vezo an hent euz ar wirionez abalamour dezhe. (3) Ha dre avaristed e raint trafic ac’hanoc’h dre gomzou tromplus ; mes abaoe pell amzer ne ehan ho c’hondaonation da dostaad, hag ho c’hollidigez na choum ket mor-gousket. (4) Rag mar n’hen deuz ket espernet Doue an elez pere ho doa pec’het, mes mar hen deuz ho zaolet ebarz an abim, staget gant chadennou a devalijen, o veza livret anezhe evit beza diwallet eno da c’hortoz ar varn ; (5) ha mar n’hen deuz ket espernet ar bed koz, ha mar hen deuz preservet Noe, an eizved den, ar prezeger euz ar justis, pa hen deuz digasset an diluj var bed an dud impi ; (6) ha mar hen deuz condaonet Sodom ha Gomorrh da veza distrujet, o renta ar c’heariou-ze en ludu, evit ho rei da exempl d’ar re a vevje en impiete ; (7) ha mar hen deuz delivret Lot, an den just, pehini a oa glac’haret braz gant ar vuez diroll euz an dud iffam-ze ; (8) (rag an den just-se, pehini a oa o choum en ho zouez, a oa glac’haret bemdez he ene just, abalamour d’ar pez a vele hag a gleve divarben ho oberou fall ;) (9) an Aotrou a ouezo delivra euz an dentation an dud a rent henor dezhan, ha derc’hel ar re injust evit beza punisset deiz ar varn ; (10) mes dreist-holl ar re a vale hervez ar c’hig, en dezirou an impurete, hag a ra disprij var an otorite, ar re a zo leun a hardiegez, divergont, ha n’ho deuz ket a aoun rag gwall-gomz euz an digniteou, (11) e-leac’h an elez, petra-benag ma’z int brassoc’h en nerz hag en galloud, na zougont ket a varnedigez a zismegans en ho eneb dirag an Aotrou. (12) Mes ar re-man, henvel ouz loened direzon, pere na heulliont nemed an natur, ganet evit beza kemeret ha distrujet, a wall-gomz euz an traou na ententont ket, hag a vezo distrujet dre ho c’horruption ho-unan, o receo ar recompans euz ho gwall vuez. (13) Karoud a reont beza bemdez en delisou ; tarchou ha louzdoni int ; kemer a reont plijadur en ho zromplerezou, pa zebront assambles ganeoc’h ; (14) ho daoulagad a zo leun a avoultriach, ha na baouezont ket da bec’hi ; klask a reont tapoud an eneou n’int ket diazezet mad ; ho c’halon a zo desket-mad en avaristed ; bugale a valloz int, (15) pere, goude beza dilezet an hent eün, a zo en em gollet, oc’h heuil hent Balaam, mab Bosor, hag a garaz gopr an injustis, mes pehini a oe gourdrouzet divarben he fallentez ; (16) eun azenez vud, hag a gomzaz gant mouez an den, a enebaz ouz follentez ar profet. (17) Ar re-ze a zo feunteuniou hep dour, koumoulennou taolet ha distaolet gant an avel-dro ; hag an devalijen euz an noz a zo reservet evithe e-pad an eternite. (18) Rag en eur lavaret komzou c’houezet gant ar vanite, e klaskont tapoud dre wall-ioulou ar c’hig hag al lubricite, tud hag ho doa en gwirionez tec’het diouz ar re a vev en diroll ; (19) o prometi dezhe al liberte, petra-benag ma’z int ho-unan esclav d’ar gorruption ; rag dond a rer da veza esclav d’an hini gant pehini e vezer bet trec’het. (20) Rag, mar deuont, goude beza tec’het euz a louzdoniou ar bed, dre an anaoudegez euz an Aotrou ha Salver Jesus-Christ, d’en em luya enhe a-nevez ha da veza trec’het ganthe, ar stad diveza euz an dud-se a zeu da veza gwassoc’h eged ar c’henta. (21) Rag gwell e vije bet dezhe n’ho divije ket anavezet hent ar justis, eged, goude beza anavezet anezhan, dond da drei kein d’ar gourc’hemen santel a oa bet roet dezhe. (22) Mes c’hoarvezet eo bet ganthe ar pez a lavar ar proverb gwirion-man : Ar c’hi a zo distroet d’he rechetaden, hag ar wiz, goude beza bet gwalc’het, a zo eat d’en em rullia er fank.
REUDEUR muia-karet, setu aman an eil lizer a scrivan deoc’h. Enhe ho daou e tihunan gant va c’helennadurez hoc’h intentamant vad ; (2) evit ma ho pezo sonj euz ar c’homzou a zo bet lavaret diaraog gant ar brofeted santel, hag euz hor gourc’hemen-ni, ebestel an Aotrou hag ar Zalver. (3) O c’houzout da-genta kement-man, penaos e teuio en deiziou diveza goaperien, pere a valeo hervez ho droug-ioulou ho-unan, (4) hag a lavaro : Peleac’h ema ar bromessa euz he zonedigez ? Rag abaoe ma’z eo maro hon tadou, an holl draou a choum evel ma oant adaleg ma’z eo bet crouet ar bed. (5) Rag a volontez-vad ec’h ignoront kement-man, penaos eo dre c’her Doue eo bet crouet an envou gwech-all, hag ez eo bet tennet ive diouz an dour, an douar pehini a veve dre an dour ; (6) ha penaos eo dre an traou-ze e perissaz ar bed euz an amzer-ze, beuzet dindan an dour. (7) Hogen, an envou hag an douar a-vreman a zo diwallet dre ar memeus ger, ha reservet evit an tan, en deiz ma vezo barnet ha kollet an dud impi. (8) Koulskoude, va breudeur muia-karet, arabad eo deoc’h choum heb anaoud eun dra : penaos dirag an Aotrou euz devez a zo evel mil bloaz, ha mil bloaz evel eun devez. (9) An Aotrou na laka ket he bromessa da zale, evel ma’z euz lod hag a gred e tale ; mes kemer a ra patianted en hor c’henver-ni, o veza na fell ket dezhan ez afe den da goll, mes e teufe an holl d’ar gonversion. (10) Hogen, deiz an Aotrou a zeuio evel eul laer en noz ; en amzer-ze an envou a dremeno gant eun drouz vraz, hag an elemanchou entanet a vezo teuzet, hag an douar, gant al labouriou a zo enhan, a vezo devet holl. (11) O veza eta ma tle an holl draou-ze, dond da deuzi, na pe seurt tud ne dlefec’h-hu ket beza dre ar zantelez euz ho puez, ha dre ho piete, (12) o c’hortoz, hag oc’h hasta donedigez an dervez a Zoue, en pehini an envou entanet a vezo diforc’het, hag an elemanchou entanet a vezo teuzet ? (13) Hogen ni, hervez he bromessa, a c’hortoz envou nevez hag eun douar nevez en pehini ar justis a rai he zemeurans.
(14) Abalamour da ze, breudeur muia-karet, en eur c’hortoz an traou-man, grit ho possubl evit beza kavet dinam ha didamal dirag he zaou-lagad er peoc’h. (15) Ha credit penaos ar batianted vraz euz hon Aotrou eo ho silvidigez, evel ma hen deuz ive scrivet deoc’h Paol, hor breur muia-karet, hervez ar furnez a zo bet roet dezhan ; (16) hag evel ma her gra en he holl lizerou, pa gomz enhe euz an traou-man ; etouez pere ez euz lod dies da entent, hag a vez troet e-gin koulz hag ar Scrituriou all, gant tud heb anaoudegez ha di-assur, hag a ra kement-se evit ho c’holl ho-unan. (17) Rag-se, breudeur muia-karet, pere a zo bet berzet, bezit var evez, gant aoun da veza treinet gant tromplerez an dud impi, ha da zond da gweza deuz ho fermder. (18) Mes creskit en gras hag en anaoudegez hon Aotrou ha Salver Jesus-Christ. Ar gloar dezhan, breman, ha da viken ! Amen.
R pez a oa adaleg ar pen-kenta, ar pez hon euz klevet, ar pez hon euz gwelet gant hon daou-lagad, euz a behini hon euz sellet piz, hag hon euz touchet gant hon daouarn hon-unan, divarben Ger ar vuez ; (2) (rag ar vuez a zo bet
diskouezet, ha ni hon euz he gwelet, hag e roomp testeni anezhi, hag e tiscleriomp deoc’h ar vuez eternel, pehini a oa gant an Tad, hag a zo en em ziskouezet deomp ;) (3) ar pez hon euz gwelet ha klevet eo a ziscleriomp deoc’h, evit ma ho pezo-c’houi communion ganeomp. Hogen, hor c’hommunion a zo gant an Tad ha gant Jesus-Christ he Vab. (4) Ha ni a scriv an traou-man deoc’h, evit ma vezo parfet ho joa.
(5) Hogen, ar c’helou hon euz klevet diganthan, hag a ziscleriomp deoc’h, eo ma’z eo Doue sclerijen, ha n’ez euz tevalijen e-bed enhan. (6) Mar leveromp hon euz communion ganthan, ha mar baleomp en devalijen, e leveromp gaou, ha ne heulliomp ket ar wirionez. (7) Mes mar baleomp er sclerijen, evel ma ema he-unan er sclerijen, hon euz communion an eil gant egile, ha goad Jesus-Christ he Vab a neta ac’hanomp a bep pec’hed. (8) Mar leveromp n’hon euz ket a bec’hed, en em dromplomp hon-unan, hag ar wirionez n’ema ket enomp. (9) Mar c’hanzavomp hor pec’hejou, hen a zo fidel ha just evit ho fardoni deomp, hag evit netaad ac’hanomp euz a bep injustis. (10) Mar leveromp n’hon euz ket a bec’hed, e lekeomp anezhan da c’haouiad, hag he c’her n’ema ket enomp.
A bugaligou, scriva a ran an traou-man deoc’h, evit na bec’hot ket. Ha mar d’euz unan-benag hag hen deuz pec’het, hon euz eun avocat dirag an Tad, Jesus-Christ ar Just. (2) Hen eo ar zacrifis a adunvaniez evit hor pec’hejou ; ha n’e ket hep-ken evit hon re-ni, mes ive evit re ar bed holl. (3) Ha dre gement-man ec’h ouzomp penaos hon euz anavezet anezhan, mar miromp he c’hourc’hemenou. (4) An hini a lavar : Me em euz anavezet anezhan, ha na vir ket he c’hourc’hemenou, a zo eur gaouiad, hag ar wirionez n’ema ket enhan. (5) Mes an hini a vir he c’her, a zo en gwirionez karantez Doue parfet enhan, ha dre an dra-ze ec’h anavezomp emomp enhan. (6) An hini a lavar e ra he zemeurans enhan, a dle he-unan ive bale evel ma hen deuz-hen baleet.
(7) Breudeur, na scrivan ket deoc’h eur gourc’hemen nevez, mes eur gourc’hemen koz, an hini hoc’h euz bet adaleg ar pen-kenta ; ar gourc’hemen koz-ze eo ar ger hoc’h euz klevet adaleg ar pen-kenta. (8) Koulskoude, e scrivan deoc’h eur gourc’hemen nevez, ar pez a zo gwir enhan hag enoc’h, rag an devalijen a dremen, hag ar gwir sclerijen a zo dija o lugerni. (9) An neb a lavar ema er sclerijen, hag hen deuz kâs ouz he vreur, a zo c’hoas breman en devalijen. (10) Neb a gar he vreur, a choum er sclerijen, ha n’euz netra enhan hag a hell hen lakaad da gweza. (11) Mes an hini hen deuz kâs ouz he vreur, a zo en devalijen, hag a vale en devalijen, ha na oar ket da beleac’h ez a, rag an devalijen he deuz dallet he zaou-lagad.
(12) Scriva a ran deoc’h, bugaligou, dre ma’z eo pardonet deoc’h ho pec’hejou abalamour d’he hano. (13) Scriva a ran deoc’h, tadou, abalamour ma hoc’h euz anavezet an hini a ao adaleg ar pen-kenta. Scriva a ran deoc’h, tud yaouank, abalamour ma hoc’h euz trec’het var an drouk-spered. (14) Scriva a ran deoc’h, bugaligou, abalamour ma hoc’h euz anavezet an Tad. Scrivet em euz deoc’h, tadou, abalamour ma hoc’h euz anavezet an hini a zo adaleg ar pen-kenta. Tud yaouank, scrivet em euz deoc’h, abalamour m’az oc’h krenv, ha ma choum ger Doue enoc’h, ha ma hoc’h euz trec’het var an drouk-spered. (15) Na garit ket ar bed, nag an traou a zo er bed. Mar d’euz unan-benag hag a gar ar bed, karantez an Tad n’ema ket enhan ; (16) rag kement a zo er bed, droug-ioul ar c’hig, droug-ioul an daou-lagad, hag ourgouil ar vuez, na zeu ket euz an Tad, mes euz ar bed. (17) Hag ar bed a dremen, hag he zroug-ioul ive ; mes an hini a ra bolontez Doue a choum da viken.
(18) Bugaligou, hou-man eo an heur diveza ; hag evel ma hoc’h euz klevet e tle dond an Ante-Christ, brema dija ez euz meur a ante-christ ; dre eno ec’h anavezomp ema an heur diveza. (19) Eat int er meaz euz hon touez, mes ne oant ket euz hon re-ni ; rag ma vijent bet euz hon re-ni, e vijent choumet ganeomp, mes kement-se a zo c’hoarvezet evit ma vije discleriet penaos n’int ket holl euz hon re-ni. (20) Evidoc’h-hu a-berz an Hini santel eo hoc’h euz recevet an onction, hag ec’h anavezit pep tra. (21) Scrivet em euz deoc’h n’e ket abalamour na ouzoc’h ket ar wirionez, mes abalamour ma c’hanavezit anezhi, hag abalamour na zeu gaou e-bed euz ar wirionez. (22) Piou eo ar gaouiad, nemed an hini a nac’h penaos Jesus eo ar C’hrist ? Hennes eo an ante-christ, pehini a nac’h an Tad hag ar Mab. (23) Kement hini a nac’h ar Mab n’hen deuz ket ken neubeud an Tad ; an hini a anzav ar Mab, hen deuz ive an Tad. (24) Ra choumo eta enoc’h ar pez hoc’h euz klevet adaleg ar pen-kenta. Mar choum enoc’h ar pez hoc’h euz klevet adaleg ar pen-kenta, c’houi ive a choumo er Mab hag en Tad. (25) Hag ar bromessa hen deuz great deomp eo ar vuez eternel. (26) An traou-man em euz scrivet deoc’h divarben ar re a drompl ac’hanoc’h. (27) Mes an onction hoc’h euz recevet diganthan, a choum enoc’h ; ha n’hoc’h euz ket ezom e teufe den e-bed d’ho kelen ; mes evel ma teu an onction-ze da zeski deoc’h pep tra, ha ma’z eo gwirion, ha ma n’eo ket eur gaou, evel-se, hervez ma’z eo bet desket deoc’h ganthi, choumit enhan. (28) Breman eta, buga1igou, choumit enhan, evit ma hon devezo fizians, pa zeuio, ha n’hor bezo ket a vêz dirazhan en he zonedigez. (29) Mar gouzoc’h ez eo hen just, gouezit penaos piou-benag a ra ar pez a zo just, a zo ganet euz anezhan.
WELIT pebez karantez hen deuz diskouezet an Tad en hor c’henver-ni, pa’z omp galvet bugale Doue ! Ar bed na anavez ket ac’hanomp, abalamour n’hen deuz ket anavezet anezhan. (2) Bugale muia-karet, breman ez omp bugale da Zoue, hag ar pez a vezimp n’eo ket bet c’hoas diskouezet ; mes gouzoud a reomp penaos pa en em ziskouezo, e vezimp henvel outhan, rag her gwelet a raimp evel ma ema. (3) Ha kement hini hen deuz an esperans-ze enhan, en em burifi he-unan, evel ma’z eo hen he-unan pur. (4) Piou-benag a ra ar pec’hed, a dor ive al lezen ; rag ar pec’hed a zo eun tor-lezen. (5) Hogen, gouzoud a rit penaos Jeeus-Christ a zo deuet evit lemmel hor pec’hejou, ha penaos n’euz ket a bec’hed enhan. (6) Piou-benag a choum enhan, na bec’h ket ; piou-benag a bec’h, n’hen deuz ket gwelet anezhan ha n’hen deuz ket he anavezet. (7) Bugaligou, diwallit na deufe den d’ho trompla : an hini a ra ar pez a zo just, a zo just evel ma’z eo just he-unan. (8) An hini a ra ar pec’hed a zo euz an diaoul ; rag an diaoul a bec’h adaleg ar pen-kenta. Hogen, Mab Doue a zo deuet evit distruja oberou an diaoul. (9) Piou-benag a zo ganet euz a Zoue, na ra ket ar pec’hed, rag an had euz a Zoue a choum enhan ; ha na hell ket pec’hi, abalamour ma’z eo ganet euz a Zoue. (10) En kement-se eo e teu bugale Doue ha bugale an diaoul d’en em rei da anaoud. Piou-benag na ra ket ar justis ha na gar ket he vreur, n’eo ket euz a Zoue. (11) Rag ar pez a zo bet annonset deoc’h, hag hoc’h euz klevet adaleg ar pen-kenta, eo ma teuimp d’en em garet an eil egile ; (12) n’eo ket evel Caïn, pehini a oa euz an diaoul, hag a lazaz he vreur. Ha perag e lazaz anezhan ? Abalamour ma oa fall he oberou he-unan, ha mad re he vreur.
(13) Breudeur, na vezit ket souezet mar deu ar bed d’ho kasaad. (14) Pa garomp hor breudeur, ec’h anavezomp ez omp tremenet euz ar maro d’ar vuez. An hini na gar ket he vreur a choum er maro. (15) Piou-benag hen deuz kaz ouz he vreur a zo eur muntrer ; ha gouzoud a rit penaos muntrer e-bed n’hen deuz enhan ar vuez eternel. (16) Ni hon euz anavezet ar garantez, dre ma hen deuz-Hen roet he vuez evidomp ; ha ni a dle ive rei hor buez evit hor breudeur. (17) Hogen, an hini hen defe madou ar bed-man, hag o velet he vreur o kaoud ezom, a zerfe he galon outhan, penaos e choumfe karantez Doue enhan ? (18) Va bugaligou, diwallomp da garet dre gomz, ha divar beg hon teod, mes karomp dre hon oberou, hag en gwirionez. (19) Rag evel-se eo ec’h anavezomp penaos ez omp euz ar wirionez, hag ec’h assurimp hor c’halonou dirazhan ; (20) rag mar deu hor c’halon da gondaoni ac’hanomp, Doue a zo brassoc’h eged hor c’halon, hag anaoud a ra pep tra. (21) Bugale muia-karet, mar na gondaon ket hor c’halon ac’hanomp, hon euz ñzians dirag Doue. (22) Ha petra-benag a c’houlennomp, hen recevomp diganthan, o veza ma viromp he c’hourc’hemenou, ha ma reomp ar pez a blij dezhan. (23) Ha setu aman he c’hourc’hemen : ma credimp en hano he Vab Jesus-Christ, ha ma en em garimp an eil egile, evel ma hen deuz gourc’hemenet deomp. (24) An hini a vir he c’hourc’hemenou, a choum en Doue, ha Doue enhan ; hag anaoud a reomp e choum enomp dre ar Spered hen deuz roet deomp.
UGALE muia-karet, na gredit ket da bep spered, mes amprouvit ar sperejou, evit gouzoud hag int a zo a-berz Doue ; rag kalz a fals-profeted a zo deuet er bed. (2) Anavezit Spered Doue en kement-man : kement spered hag a anzav penaos Jesus-Christ a zo deuet er c’hig, a zo a-berz Doue ; (3) ha kement spered ha na anzav ket ez eo Jesus-Christ deuet er c’hig, n’eo ket a-berz Doue. Hogen, hennes eo spered an Ante-christ, divar-ben pehini hoc’h euz klevet lavaret ema o tond, ha pehini a zo dija breman ebarz ar bed. (4) C’houi, bugaligou a zo euz a Zoue, hag hoc’h euz trec’het anezhe, rag an hini a zo enoc’h, a zo brassoc’h eged an hini a zo er bed. (5) Int a zo euz ar bed, dre-ze e komzont hervez ar bed, hag ar bed a zelaou anezhe. (6) Ni a zo euz a Zoue ; an hini a anavez Doue, a zelaou ac’hanomp ; an hini n’eo ket euz a Zoue, na zelaou ket ac’hanomp : dre gement-se ec’h anavezomp ar spered a wirionez hag ar spered a c’haou.
(7) Bugale muia-karet, en em garomp an eil egile ; rag ar garantez a zeu euz a Zoue, ha kement hini a gar, a zo ganet euz a Zoue, hag a anavez Doue. (8) An hini na gar ket, n’hen deuz ket anavezet Doue, rag Doue a zo karantez. (9) Karantez Doue en hor c’henver a zo en em diskouezet dre ma hen deuz digasset Doue he Vab unic er bed, evit ma vevimp dreizhan. (10) E kement-man ema ar garantez : n’e ket ni eo hon euz karet Doue, mes Doue eo hen deuz hor c’haret, hag hen deuz digasset he Vab, da veza eur sacrifis a adunvaniez evit hor pec’hejou. (11) Bugale muia-karet, mar hen deuz Doue hor c’haret evel-se, ni a dle ive en em garet en eil egile. (12) Den e-bed n’hen deuz biscoas gwelet Doue ; mar en em garomp an eil egile, Doue a choum enomp, hag he garantez a zo peur-c’hreat enomp. (13) E kement-man ec’h ouzomp penaos e choumomp enhan hag hen enomp, o veza ma hen deuz roet deomp euz he Spered. (14) Ha ni hon euz gwelet, hag e roomp testeni penaos an Tad hen deuz digasset ar Mab, Salver ar bed. (15) Piou-benag a anzavo ez eo Jesus Mab Doue, Doue a choum enhan, hag hen en Doue. (16) Evidomp-ni, hon euz anavezet ar garantez hen deuz Doue evidomp hag hon euz credet enhan : Doue a zo karantez ; hag an hini a choum er garantez, a choum en Doue, ha Doue enhan. (17) E kement-man eo peur-c’hreat ar garantez enomp, evit ma hor bezo fizians en deiz ar varn ; rag evel ma’z eo he-unan, evel-se ez omp ive er bed-man. (18) Er garantez ne vez aoun e-bed, mes ar garantez parfet a daol kuit an aoun ; rag pa vez aoun, e vez ive eur bunition-benag, hag an hini hen deuz aoun n’eo ket parfet er garantez. (19) Evidomp-ni, ni a gar anezhan, abalamour ma hen deuz hor c’haret da genta. (20) Mar d’euz unan-benag hag a lavar : Me a gar Doue, ha mar deu da gasaad he vreur, hennes a zo eur gaouiad ; rag an hini na gar ket he vreur hag hen o velet anezhan, penaos ec’h hell-hen karoud Doue, pa na vel ket anezhan ? (21) Hag ar gourc’hemen-man hon euz bet diganthan : An hini a gar Doue ra zeui ive da garet he vreur.
IOU-BENAG a gred penaos Jesus eo ar C’hrist, a zo ganet euz a Zoue ; ha piou-benag a gar Doue pehini en deuz he anjandret, a gar ive an hini a zo ganet euz anezhan. (2) Anaoud a reomp e karomp bugale Doue, mar karomp Doue, ha mar miromp he c’hourc’hemenou. (3) Rag karantez Doue eo ma virimp he c’hourc’hemenou ; hogen, he c’hourc’hemenou n’int ket dies, (4) rag kement a zo ganet euz a Zoue, a zo treac’h d’ar bed, hag ar victor he deuz trec’het ar bed, eo hor feiz. (5) Piou eo an hini a zo treac’h d’ar bed, nemed an hini a gred penaos Jesus a zo Mab Doue ? (6) Ar Jesus-se, ar C’hrist, eo a zo deuet gant an dour hag ar goad ; n’e ket gant ar dour hep-ken, mes gant an dour hag ar goad ; hag ar Spered eo a ro testeni euz a gement-se, rag ar Spered eo ar wirionez. (7) Rag beza ez euz tri hag a ro testeni (en env, an Tad, ar Ger, hag ar Spered-Santel, hag an tri-ze a zo unan. (8) Ha beza ez euz ive tri hag a ro testeni var an douar) ar Spered, an dour, hag ar goad ; hag an tri-ze en em rapport da eun dra hep-ken. (9) Mar recevomp testeni an dud, testeni Doue a zo pounneroc’h ; hogen, honnes eo an desteni hen deuz rentet Doue divarben he Vab. (10) An hini a gred en Mab Doue, hen deuz testeni Doue enhan he-unan ; an hini na gred ket Doue, a dremen anezhan da c’haouiad, pa’z eo gwir n’hen deuz ket credet d’an desteni hen deuz roet Doue divarben he Vab. (11) Ha setu aman an desteni : Doue hen deuz roet deomp ar vuez eternel ; hag ar vuez-ze a zo en he Vab. (12) An neb hen deuz ar Mab, hen deuz ar vuez ; an neb n’hen deuz ket Mab Doue, n*hen deuz ket ar vuez.
(13) An traou-man em euz scrivet deoc’h-hu pere a gred en hano Mab Doue, evit ma c’hellot gouzoud hoc’h euz ar vuez eternel, hag evit ma credot en hano Mab Doue. (14) Hag ar fizians hon euz enhan eo penaos, mar goulennomp eun dra-benag hervez he volontez, e selaou ac’hanomp. (15) Ha mar gouzomp e selaou ac’hanomp, petra-benag a c’houlennomp, ec’h ouzomp hon euz diganthan an traou hon euz goulennet. (16) Mar gwel unan-benag he vreur o pec’hi dre eur pec’hed ha na gas ket d’ar maro, e pedo, ha Doue a roio dezhan buez ar re ne reont ket eur pec’hed hag a gas d’ar maro. Beza ez euz eur pec’hed hag a gas d’ar maro ; ne lavaran ket pedi evit ar pec’hed-se. (17) Pep tra fall a zo pec’hed ; mes beza ez euz eur pec’hed ha na gas ket d’ar maro.
(18) Gouzoud a reomp penaos piou-benag a zo ganet a Zoue, na bec’h ket ; mes an hini a zo ganet a Zoue, en em vir he-unan, hag an drouk-Spered na douch ket outhan. (19) Ni a oar penaos ez omp euz a Zoue, ha penaos ar bed holl a zo beuzet er fallentez. (20) Gouzoud a reomp ive eo deuet Mab Doue, hag hen deuz roet deomp an ententamant evit anaoud an Hini gwirion ; hag emomp en Hini gwirion-ze, en he Vab Jesus-Christ. Hennes eo ar gwir Doue, hag ar vuez eternel. (21) Bugaligou, en em virit ouz an idolou ! Amen.
N Ancien, d’an itron choazet, ha d’he bugale, pere a zo karet ganen-me er wirionez (ha n’e ket ganen-me hep-ken, mes ive gant ar re holl ho deuz anavezet ar wirionez), (2) abalamour d’ar wirionez a choum enomp, hag a vezo ganeomp da virviken : (3) Ra vezo ganeoc’h ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h, euz a-berz Doue an Tad, hag euz a-berz an Aotrou Jesus-Christ, Mab an Tad, er wirionez hag er garantez.
(4) Joa vraz em euz bet o veza kavet meur a hini euz da vugale hag a vale er wirionez, hervez ar gourc’hemen hon euz bet digant an Tad. (5) Ha breman e pedan ac’hanoud, itron, n’eo ket evel pa scrivjen d’id eur gourc’hemen nevez, mes an hini hon euz bet adaleg ar pen-kenta, ma en em garimp an eil egile. (6) Hag ar garantez eo ma valeimp hervez he c’hourc’hemenou. Hennes eo ar gourc’hemen, evel ma hoc’h euz hen klevet adaleg ar pen-kenta, evit ma valeot enhan. (7) Rag kals a douellerien a zo deuet ebarz er bed, pere na anzavont ket ez eo deuet Jesus-Christ er c’hig. Eun hevelep den eo an toueller hag an ante-christ. (8) Likit evez ouzoc’h hoc’h-unan, evit na gollimp ket ar frouez euz hon labour, mes ma recevimp eur recompans leun. (9) Piou-benag a dor al lezen ha na choum ket en kelennadurez ar C’hrist, n’ema ket Doue ganthan. An hini a choum en kelennadurez ar C’hrist, gant hennes ema an Tad hag ar Mab. (10) Mar deu unan-benag d’ho kavoud, ha na zigas ket ganthan ar gelennadurez-ze, n’hen digemerit ket en ho ti, ha na zaludit ket anezhan. (11) Rag an hini a zalud anezhan, hen deuz lod en he oberou fall.
(12) Petra-benag m’am boa kalz a draou da scriva deoc’h, n’e ket fellet d’in hen ober gant paper ha liou : mes esper em euz da vond beteg enoc’h, ha da gomz ouzoc’h genou ouz genou, evit ma vezo hor joa parfet. (13) Bugale da c’hoar choazet a zalud ac’hanoud ! Amen.
N Ancien, da Gaïus, ar muia-karet, pehini a garan er wirionez.
(2) Va mignon, ar pez a c’houlennan eo gwelet pep tra o vond mad ganez, ha ma kendaic’hi en ieched, evel ma ema ive iac’h da ene. (3) Rag kalz a joa em euz bet pa eo deuet ar breudeur, hag ho deuz roet testeni euz da fidelite, hag euz an doare ma kerzez er wirionez. (4) N’em euz ket brassoc’h joa eged klevet e kerz va bugale er wirionez.
(5) Va mignon, ober a rez gant fidelite kement a rez evit ar breudeur hag evit an estranjourien ; (6) ha roet ho deuz testeni euz da garantez dirag an Iliz. Ober a ri mad o pourvei d’ho beach en eun doare dign a Zoue. (7) Rag abalamour d’he hano int eat en hent, hep kemeret netra digant ar Jentiled. (8) Rag-se ni a dle digemeret ar seurt tud-se, evit dond da veza ken-labourerien ganthe evit ar wirionez.
(9) Scrivet em euz d’an Iliz ; mes Diotreph pehini a gar beza ar c’henta en ho zouez, na receo ket ac’hanomp. (10) Rag-se, mar teuan, e tigassin sonj dezhan euz an oberou a ra, rag gwall-gomz a ra en hon enep ha n’e ket awalc’h kement-se, ne receo ket he-unan ar breudeur, mes dond a ra c’hoas da herzel ar re a fell dezhe hen ober, ha d’ho zeuler en meaz euz an Iliz. (11) Va mignon, kemer skouer, nann euz an drouk, mes euz ar mad. An hini a ra ar mad, a zo euz a Zoue ; mes an hini a ra an drouk, n’hen deuz ket gwelet Doue. (12) An holl, hag ar wirionez he-unan, a ro testeni vad da Zemetrius ; ni hon-unan a ro ive an desteni-ze dezhan, ha choui a oar penaos hon testeni a zo gwirion.
(13) Bez’ em boa meur a dra da scriva d’id ; mes na fell ket d’in hen ober gant ar bluen ha gant liou ; (14) rag esperoud a ran da velet hep-dale, hag e komzimp genou ouz genou. (15) Ra vezo ar peoc’h ganez ! Ar mignoned a zalud ac’hanoud. Salud ar mignoned, pep hini dre he hano.
UD, servicher Jesus-Christ, ha breur da Jakes, d’ar re a zo galvet, a zo bet santifiet en Doue an Tad, ha diwallet gant Jesus-Christ. (2) Trugarez, ha peoc’h ha karantez ra vezo cresket deoc’h.
(3) Breudeur muia-karet, o veza ma em boa eur c’hoant braz da scriva deoc’h divarben ar zilvidigez a zo commun etrezomp, em euz sonjet e oa red d’in hen ober, evit hoc’h exhorti da gombatti evit ar feiz a zo bet roet eur vech d’ar zent. (4) Rag eat ez euz en ho touez hinienou, a bere ar gondaonation a zo scrivet abaoe pell amzer ; tud impi, hag a dro gras hon Doue en diroll, hag a nac’h Doue, pehini a zo Mestr souveren, ha n’euz nemerthan, ha Jesus-Ohrist hon Aotrou.
(5) Hogen me a fell d’in digas da sonj deoc’h-c’houi pere hoc’h euz hen klevet eur vech, penaos an Aotrou o veza saveteed ar bobl euz a zouar an Egypt, a zistrujaz goude-ze ar re na gredjont ket ; (6) ha penaos e talc’h ereet gant chadennou eternel e-kreiz an devalijen, evit beza barnet en devez braz, an elez pere n’ho deuz ket miret ho stad kenta, hag ho deuz dilezet ho demeurans ho-unan. (7) Evel Sodom ha Gomorrh, hag ar c’heariou divar dro, pere a oa en em roet d’ar memeus impurete evelthe, ha da bec’hejou enep an natur, a zervich da exempl, o c’houzanv ar boan euz a eun tan eternel ; (8) ar re-ze ive, sebeliet en ho hunvreou, a zeu da zaotri ho c’hig, da zisprijout an otorite ha da wall-gomz divarben ar c’hargou huel. (9) Hogen, Mikeal, an arc’heal, pa zispute gant an diaoul divarben corf Moises, na gredaz ket rei eur setans a valloz ; mes lavaret a reaz : Ra zeui an Aotrou da repren ac’hanoud. (10) Mes ar re-man a zroug-prezeg euz a gement na anavezont ket ; hag en traou a ouzont dre natur, en em gorrompont evel loened privet a rezon. (11) Malheur dezhe ! rag heulliet ho deuz hent Caïn ; rag en em roet int d’ar pez hen deuz dallet Balaam, ar garantez direiz euz an arc’hant ; hag en em gollet int dre eur revolt henvel ouz hini Core. (12) Tarchou int en ho prejou a garantez, o vaga ho c’horf hep damanti, pa zeuont da zebri assambles ganeoc’h ; ar re-ze a zo goabrennou hep dour, taolet ha distaolet gant an avel ; gwez erruet da fin an diskar-amzer, difrouez, diou wech maro ha dic’hriziennet ; (13) ar re-ze a zo tarzou-mor spountus, hag a daol an eonen euz ho louzdoni ; stered-red evit pere an devalijen a zo destinet da virviken. (14) Divarben ar re-ze eo hen deuz profetizet Enoch ar seizved den adaleg Adam, en eur lavaret : (15) Setu, an Aotrou a zo deuet gant he viriadou santel evit ober eur varn a-enep ah holl, hag evit kendrec’hi an holl dud impi, euz an holl oberou a impiete ho deuz great, hag euz an holl draou noazuz ho deuz lavaret ar bec’herien impi a-enep dezhan. (16) Tud int ha ne reont nemed murmuri, hag en em glem bepred, pere a gerz hervez ho c’hoantou diroll ; ho genou a gomz gant ourgouil, ha dre interest e reont stad euz an dud a galite.
(17) Mes c’houi, breudeur karet meurbed, dalc’hit memor euz ar c’homzou a zo bet lavaret araog gant ebestel hon Aotrou Jesus-Christ : (18) pere a lavare deoc’h e vije goaperien en amzer diveza, pere a valeje hervez ho c’hoantou diroll hag impi. (19) Ar re-man a zo tud hag en em disparti ho-unan, tud douget d’ho c’horf, ha n’ema ket ar Spered ganthe.
(20) Mes c’houi, breudeur ker, oc’h en em edifia hoc’h-unan var ho feiz santel meurbed, hag en eur bedi dre ar Spered- Santel, (21) en em dalc’hit e karantez Doue, o c’hortoz trugarez hon Aotrou Jesus-Christ evit ar vuez eternel. (22) Kemerit truez ouz darn hag a zo en douetans, (23) sovetait ar re all dre ar spount, o tenna anezhe euz an tan, kaout kas beteg ouz an dillad a zo bet saotret gant ho c’horf.
(24) Hogen d’an hini a zo galloudec d’ho tiwall a bep lam, ha d’ho lakaad dinam ha leun a joa e prezans he c’hloar, da Zoue, hor Zalver, en pehini hep-ken ema ar furnez, ra vezo ar gloar, an henor, an nerz hag ar galloud, breman ha da virviken ! Amen.
EVELATION Jesus-Christ, roet dezhan gant
Doue, evit diskouez d’he zervicherien an traou a dle c’hoarvezout hep-dale, hag hen
deuz roet da anaoud, en eur
zigas he eal da Ian, he zervicher ; (2) pehini hen deuz discleriet ger Doue, ha testeni
Jesus-Christ, ha kement hen
deuz gwelet. (3) Eürus an hini
a len, hag ar re a zelaou ar
c’homzou euz ar brofesi-man,
hag a vir an traou scrivet
enhi ; rag an amzer a zo tost.
(4) Ian, d’ar seiz Iliz a zo en Azi. Gras ha peoc’h a-berz an Hini a zo, a oa, hag a vezo, hag euz a-berz ar seiz spered pere a zo dirag he dron ; (5) hag euz a-berz Jesus-Christ, an test fidel, ar c’henta ganet a-douez ar re varo, hag ar Prins euz a rouane an douar. (6) D’an hini hen deuz karet ac’hanomp, hag hen deuz hor gwalc’het euz hor pec’hejou dre he oad, hag hen deuz hor great rouane ha beleien da Zoue he Dad ; dezhan ar gloar hag ar galloud da virviken ! Amen. (7) Setu, ema o tond var ar goabrennou, ha pep lagad a velo anezhan, hag ar re memeus ho deuz toullet anezhan ; hag an holl boblou euz an douar a skoio va boul ho c’halon dirazhan. Ia, Amen.
(8) Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’hommansamant hag ar fin, eme an Aotrou, an Hini a zo, a oa, hag a vezo, an Holl-C’halloudec.
(9) Me, Ian, ho preur hag ho consort en drubuil hag er rouantelez, hag er batianted en Jesus-Christ, a oa en enezen a c’halver Patmos, abalamour da c’her Doue, ha d’an desteni a Jesus-Christ.
(10) Ravisset e oenn a spered da
zeiz an Aotrou, hag e kleviz
adre d’in eur vouez vraz, evel
hini eun drompil, (11) hag a lavare : Me eo an Alpha hag
an Omega, ar c’henta hag an
diveza ; ar pez a velez, scriv-hen en eul levr hag hen kas
d’ar seiz Iliz a zo en Azi, en
Ephesus, e Smyrn, en Pergamus, e Thyatira, e Sardis, en
Philadelphia hag en Laodicea.
(12) Neuze e tistroiz evit gwelet
a be leach e teue ar vouez a
gomze ouzin ; hag o veza distroet, e veliz seiz cantoleur
aour ; (13) hag e-kreiz ar seiz cantoleur, unan henvel ouz Mab
an den, gwisket gant eur zae
hir, ha gourizet var boul he
galon gant eur gouriz aour.
(14) He ben hag he vleo a oa
gwenn, evel gloan gwenn,
evel an erc’h, hag he zaoulagad a oa evel eur flam-tan ;
(15) he dreid, henvel ouz coevr
euz ar c’haera, a luc’he evel
pa vijent en eur fournez a
dan, hag he vouez a oa evel
mouez an doureier braz. (16) Bez’
e oa ganthan en he zorn deo
seiz stereden ; euz he c’henou
e teue eur c’hleze lem euz an
daou du, hag e vizach a lugerne evel an heol e-kreiz he
nerz. (17) Hogen, pa veliz anezhan, e kweziz d’he dreid evel
pa vijen maro, hag hen a lakeaz he zorn deo varnoun, en
eur lavaret d’in : Na pez ket
a aoun ; me eo ar c’henta hag
an diveza, an hini a zo beo ;
(18) bet oun maro, ha setu ez oun
beo da virviken, Amen ; ha
ganen ema alc’houezou an
ifern hag ar maro. (19) Scriv an
traou ec’h euz gwelet, an
traou a zo hag ar re a dle
c’hoarvezoud goude ar re-man.
(20) Setu aman myster ar seiz
stereden ec’h euz gwelet em
dorn deo, hag ar seiz cantoleur aour : Ar seiz stereden
eo an elez euz ar seiz Iliz ;
hag ar seiz cantoleur ec’h euz
gwelet, eo ar seiz Iliz.
CRIV d’an eal euz a Iliz
Ephesus :
Setu aman ar pez a lavar an hini a zalc’h ar seiz stereden en he zorn deo, ha pehini a vale e-kreiz ar seiz cantoleur aour : (2) Anaoud a ran da oberou, ha da labour, ha da batianted ; ha gouzoud a ran penaos na hellez ket anduri an dud fall ; hag ec’h euz amprouvet ar re a lavar ho-unan ez int ebestel, ha n’int ket, hag ec’h euz ho c’havet gaouiad. (3) Gouzanvet ec’h euz bet, hag ec’h euz bet patianted, hag ec’h euz labouret evit va hano, ha n’ec’h euz ket kollet a gourach. (4) Mes me em euz kement-man en da enep, dilezet ec’h euz da garantez kenta. (5) Dalc’h sonj eta a be leac’h ez oud kwezet, kemer keuz, ha gra da oberou kenta ; anez e teuin d’az kavoud dizale, hag e lammin da gantoleur euz he blas, ma na zistroez ket. (6) Koulskoude ec’h euz an dra-man, kâs ec’h euz ouz oberou an Nicolaïted, ouz pere em euz kâs ive. (7) Ra zeui an hini hen deuz diou-skouarn, de zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou : D’an hini a vezo treac’h, me a roio dezban da zebri euz ar vezen a vuez, pehini a zo e-kreiz barados Doue.
(8) Scriv ive d’an eal euz a Iliz Smyrn :
Setu aman ar pez a lavar ar C’henta hag an Diveza, pehini a zo bet maro, hag a zo deuet adare da vuez : (9) Anaoud a ran 9 da oberou, ha da drubuliou, ha da baourentez, (petra-benag ma’z oud pinvidic,) ha droug-prezegerez ar re a lavar ez int Judevien, ha n’int ket, mes a zo eur sinagog euz a Satan. (10) N’az pez aoun rag netra euz an traou e pezo da c’houzanv ; setu, an diaoul aia da deurel darn ac’hanoc’h er prizon, evit ma veot amprouvet ; ha c’houi ho pezo eun affliction a zeg devez. Bez fidel beteg ar maro, hag e roin d’id ar gurunen a vuez. (11) An hini hen deuz diouskouarn, ra zelaouo ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou : An hini a drec’ho, na recevo koll e-bed euz an eil maro.
(12) Scriv ive d’an eal euz a Iliz Pergamus :
Setu aman ar pez a lavar an hini hen deuz ar c’hleze lem euz an daou du : (13) Anaoud a ran da oberou, hag al leac’h en pehini emoud o choum, el leac’h ma ema tron Satan ; hag e talc’hez va hano, ha n’ec’h euz ket nac’het va feiz memeus en deiz ma’z eo bet lakeat d’ar maro Antipas va merzer fidel en ho touez, el leac’h ma ema Satan o choum. (14) Mes eun draic-benag em euz en da enep, beza ec’h euz aze tud hag a heuil doctrin Balaam, pehini a zeske da Valak lakaad eun occasion a bec’hed dirag bugale Israel, evit lakaad anezhe da zebri traou sacrifiet d’an idolou, ha da gweza ebarz an impudicite. (15) Evel-se, te ive, ec’h euz aze tud hag a zalc’h doctrin an Nicalaïted ; hag em euz kâs euz a gement-se. (16) Distro eta ; anez me a zeuio d’az kavoud hep-dale, hag e combattin en ho enep gant ar c’hleze euz va genou. (17) Ra zeui an hini hen deuz diou-skouarn, da zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou : D’an hini a drec’ho, me a roio dezhan da zebri euz ar mann kuzet ; hag e roin dezhan eur vilien venn, ha var ar vilien-ze e vezo scrivet eun hano nevez, ha n’eo anavezet gant den e-bed, nemed gant an hini a receo anezhan.
(18) Scriv ive d’an eal euz a Iliz Thyatira :
Setu aman petra a lavar Mab Doue, pehini hen deuz daoulagad evel eur flam-tan, hag he dreid henvel ouz coevr euz ar c’haera. (19) Anaoud a ran da oberou, da garantez, da zervich, da feiz, ha da batianted ; ha gouzoud a ran ema da oberou diveza en tu-all d’az re genta. (20) Mes beza em euz eun draic-benag en da enep : lezel a rez Jesabel, ar vreg-se pehini a bretant beza profetez, da zond da gelen ha da drompla va zervicherien, evit ho lakaad da gweza en impurete, ha da zebri traou sacrifiet d’an idolou. (21) Ha me em euz roet amzer dezhi da zistrei euz he impurete; mes n’eo ket fellet dezhi hen ober. (22) Setu, ez an da deuler anezhi var eur gwele a boan ; hag ar re a ra avoultriach ganthi a vezo en eun affliction vraz, mar ne deuont ket da zistrei deuz ho oberou. (23) Hag e lakain be bugale da vervel ; hag an holl Ilizou a ouezo penaos ez oun an hini a zont ar c’hroazellou hag ar c’halonou ; hag e roin da bep hini ac’hanoc’h hervez he oberou. (24) Mes lavaret a ran deoc’h-hu, ha d’ar re all en Thyatira, ha da gement hini ha na heuil ket an doctrin-man, ha pere, emezhe, n’ho deuz ket anavezet an dounder euz a Satan : Ne daolin beac’h-all e-bed varnoc’h; (25) mes da vihana dalc’hit mad ar pez hoc’h euz, bete ma teuin. (26) Rag d’an hini hen devezo trec’het, hag a raio va oberou beteg ar fin, me a roio dezhan galloud var an nationou. (27) Ho gouarn a rai gant eur walen houarn, hag evel ma vruzuner vesseliou pri, evel ma em euz ive recevet ar galloud-se a-berz va Zad. (28) Hag e roin dezhan stereden ar mintin. (29) Ra zeui an hini hen deuz diou-skouarn, da zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou.
CRIV ive d’an eal euz an
Iliz a zo en Sardis :
Setu aman ar pez a lavar an hini hen deuz ar seiz spered a Zoue hag ar seiz stereden : Anaoud a ran da oberou ; ar brud ec’h euz da veza beo ; mes te a zo maro. (2) Laka evez, ha krenva ar pez a choum c’hoas hag a zo o vond da vervel ; rag n’am euz ket kavet da oberou parfet dirag Doue. (3) Dalc’h sonj-mad eta euz ar pez ec’h euz recevet ha klevet, dalc’h anezhe, ha distro. Mar na gerez diwall, me a zeuio varnoud evel eul laer, ha na ouezi ket da be heur e teuin varnoud. (4) Beza ec’h euz ive en Sardis eun neubeud tud pere n’ho deuz ket saotret ho dillad, ha pere a valeo ganen en dillad gwenn, rag dign int a gement-se. (5) An hini a drec’ho, hennes a vezo gwisket gant dillad gwenn, ha na effacin ket he hano divar levr ar vuez ; mes anzav a rin he hano dirag va Zad ha dirag he elez. (6) Ra zeui an hini hen deuz diou-skouarn, da zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou.
(7) Scriv ive d’an eal euz a Iliz Philadelphia :
Setu aman ar pez a lavar an Hini a zo santel, an Hini a zo gwirion, an Hini a zo alc’houez David ganthan; an Hini a zigor, ha den na hell serri ; hag a zer, ha den na hell digeri : (8) Anaoud a ran da oberou ; setu, em euz digoret eun nor dirazoud, ha den na hell he zerri ; abalamour ma c’heuz neubeud a nerz, ha ma c’heuz miret va ger, ha n’ec’h euz ket nac’het va hano. (9) Setu e roin d’id darn euz a zinagog Satan, pere a lavar ez int Judevien, ha n’int ket, mes pere a lavar gevier ; setu e rin dezhe dond d’en em brosterni dirag da dreid, evit ma ouezint em euz karet ac’hanoud. (10) Abalamour ma ec’h euz miret ar ger euz va fatianted, me ive a viro ac’hanoud euz a heur an dentation pehini a dle dond var ar bed holl, evit amprouv ar re a zo o choum var an douar. (11) Emoun prest da zond ; dalc’h stard ar pez ec’h euz, evit na gemero den da gurunen. (12) An hini a drec’ho, me a lako anezhan da bilier en templ va Doue, ha n’ez ai ken er meaz ; hag e scrivin varnezhan hano va Doue, hag hano ar gear euz va Doue, ar Jerusalem nevez, pehini a zisken euz an env, euz a-gichen va Doue, ha va hano nevez. (13) Ra zeui an hini hen deuz diou-skouarn, da zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou.
(14) Scriv ive d’an eal euz a Iliz Laodicia :
Setu aman ar pez a lavar an Amen, an Test fidel ha gwirion, ar Pen-kenta euz a grouidigez Doue : (15) Anaoud a ran daoberou ; gouzoud a ran n’ez oud na ien na tom-bero. Oh! ma vijez bet pe ien pe 16 tom-bero ! (16) Evel-se, abalamour ma’z oud klouar, ha na’z oud na ien na tom-bero, me a daolo ac’hanoud er meaz euz va genou. (17) Rag te a lavar : Me a zo pinvidic, hag em euz dastumet madou, ha n’am euz ezom a netra ; ha na ouzoud ket penaos ez oud maleürus, ha mizerabl, ha paour, ha dall, hag en noaz. (18) Alia a ran ac’hanoud da brena diganen-me aour eprouvet gant an tan, evit ma vezi pinvidic ; (19) ha dillad gwenn, evit ma vezi gwisket, ha na vezo ket gwelet ar vêz euz da noazder, ha louzou da lakaad ouz da zaou-lagad, evit ma teui da velet. Repren ha castiza a ran ar re holl em euz karantez evithe ; az pez zel eta, ha distro. (20) Setu, emoun e-tal an nor, hag e skoan ; mar teu unan-benag da glevet va mouez ha da zigeri an nor d’in, ec’h antrein en he di, hag e koanin assambles ganthan, hag heñ assambles ganen. (21) An hini a drec’ho, me hen lakai da azeza ganen var va zron, evel ma em euz-me ive trec’het hag emoun azezet gant va Zad var he dron. (22) Ra zeui an hini hen deuz diou-skouarn, da zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou.
OUDE kement-se a selliz,
hag e veliz eun nor digor
en env ; hag ar vouez kenta
em boa klevet, henvel ouz
hini eun drompil hag a gomze
ouzin, a lavaraz : Sav aman,
hag e tiskouezin d’id an traou
a dle c’hoarvezoud goude ar
re-man. (2) Ha kerkent e oenn
ravisset en spered ; hag e veliz
eun tron savet en env hag
unan azezet var an tron-ze.
(3) Hag an hini a oa azezet, a
zeblante beza henvel ouz eur
mean jasp ha sardoin ; hag eur
ganeveden a oa en-dro d’an
tron, ha da velet e oa henvel ouz eur mean emeraud. (4) En-dro d’an tron e oa pevar-var-n’ugent tron all ; ha var an troniou-ze e veliz pevar-var-n’ugent den Ancien azezet, gwisket gant dillad gwenn, ha var
ho fen e oa curunennou aour.
(5) Hag euz an tron e teue luc’hed,
ha kurunou ha moueziou ; ha
dirag an tron e teve seiz lamp
ardant, pere a zo ar seiz spered
a Zoue. (6) Bez’ e oa ive dirag
an tron eur mor gwer henvel
ouz cristal, hag e-kreiz an
tron hag en-dro d’an tron,
pevar aneval leun a zaou-lagadou araog hag adren. (7) Ar
c’henta aneval a oa henvel
ouz eul leon ; an eil aneval a
oa henvel ouz eul leue ; an
trede aneval hen doa eur vizach
henvel ouz hini eun den ; hag
ar pevare aneval a oa henvel
ouz eun egl o nijal. (8) Hag ar
pevar aneval ho doa pep hini
anezhe c’houec’h askel, hag
en-dro hag en diabarz e oant
leun a zaou-lagadou ; ha ne
ehanent, noz-deiz, da lavaret :
Santel, santel, santel eo an
Aotrou Holl-C’halloudec, an hini a oa, a zo, hag a vezo !
(9) Hag e-pad ma oa an anevaled-
se o rei gloar hag henor hag
actionou a c’hras d’an hini a
oa azezet var an tron, d’an
hini a zo beo da virviken, (10) ar
pevar-var-n’ugent Ancien en
em brosterne dirag an hini a
oa var an tron hag ec’h adorent
an hini a zo beo da virviken,
hag e taolent ho c’hurunennou
dirag an tron, en eur lavaret :
(11) Dign oud, Aotrou da receo ar
gloar, hag an henor hag ar
galloud ; rag te ec’h euz crouet
pep tra, ha dre da volontez eo
emaint, hag ez int bet crouet
EUZE e veliz en dorn deo
an hini a oa azezet var
an tron, eul levr scrivet en
diabarz hag en diaveaz, siellet
gant seiz siel. (2) Gwelet a riz
ive eun eal galloudus, o crial
gant eur vouez krenv : Piou
a zo dign da zigeri al levr, ha
da zistaga he ziellou ? (3) Ha ne
oa den en env, na var an
douar, na dindan an douar
hag a helle digeri al levr, na
sellet outhan. (4) Ha me a gommansaz da ouela dourec, abalamour na oe kavet den e-bed
dign da zigeri al levr, na d’hen
len, na da zellet outhan. (5) Hag
unan euz ar re Ancien a lavaraz d’in : Na ouel ket ; setu,
al leon, pehini a zo euz a
dribu Juda, euz a c’hrizien
David, hen deuz trec’het evit
digeri al levr ha distaga ar
seiz siel anezhan. (6) Hag e
selliz, hag e veliz e-kreiz an
tron hag ar pevar aneval, hag
e-kreiz ar re Ancien, eun Oan pehini a oa eno evel pa vije
bet lazet ; beza hen doa seiz
corn ha seiz lagad, pere eo ar
seiz Spered a Zoue, kasset dre
ar bed holl. (7) Hag hen a zeuaz,
hag e kemeraz al levr euz a
zorn deo an hini o oa azezet
var an tron. (8) Ha pa hen doe
kemeret al levr, ar pevar
aneval hag ar pevar-var-n’ugent den Ancien en em
brosternaz dirag an Oan, ha
gant pep hini anezhe telennou
ha besseliou aour leun a draou
a c’houez-vad, pere eo pedennou ar Zent. (9) Hag e canent
eur c’hantic nevez, en eur
lavaret : Dign oud da gemeret
al levr, ha da zigeri he ziellou ;
rag te a zo bet lazet, hag ec’h
euz hor prenet da Zoue gant
da oad, euz a bep tribu, euz
a bep langach, a bep pobl, hag
a bep bro, (10) hag ec’h euz great
ac’hanomp rouane ha beleien
d’hon Doue ; hag e renimp
var an douar. (11) Neuze e selliz,
hag e kleviz mouez kalz a
elez en-dro d’an tron ha d’an
anevaled ha d’ar re Ancien ;
hag an niver anezhe a oa
meur a vilion. (12) Lavaret a
reant a vouez huel : Dign eo
an Oan a zo bet lazet da receo
galloud, ha pinvidigez, ha furnez, ha nerz, hag henor, ha
gloar, ha meuleudi. (13) Klevet
a riz ive an holl grouadurien
a zo en env, var an douar, ha
dindan an douar, nag ar re a
zo er mor, hag an holl draou
a zo enhe, o lavaret : D’an
hini a zo azezet var an tron,
ha d’an Oan, ar veuleudi, hag
an henor, hag ar gloar, hag
ar galloud da virviken. (14) Hag
ar pevar aneval a lavare ;
Amen. Hag ar pevar-var-n’ugent den Ancien en em
brosternaz hag a adoraz an
hini a vev da virviken.
A me a zellaz, pa hen doe
digoret an Oan ar ziellou,
hag e kleviz unan euz ar pevar
aneval o lavaret gant eur
vouez evel ar gurun : Deuz,
ha gwel. (2) Hogen, sellet a riz,
hag e veliz eur marc’h gwenn,
hag an hini a oa var he gein
a oa eur warec ganthan, hag
e oe roet dezhan eur gurunen,
hag ez eaz evel unan custum
da drec’hi, hag o vond da
c’hounid ar victor.
(3)Ha pa hen doe an Oan
digoret an eil siel, e kleviz an
eil aneval o lavaret : Deuz, ha
gwel. (4) Hag e teuaz er meaz
eur marc’h all a liou an tan ;
ha d’an hini a oa var he gein
e oe roet ar galloud da gas
kuit ar peoc’h divar an douar,
evit ma teuje an dud d’en em
laza an eil egile ; hag e oe
roet dezhan eur c’hleze braz.
(5) Ha pa hen doe an Oan digoret an trede siel, e kleviz an trede aneval o lavaret : Deuz, ha gwel. Hag e selliz, hag e veliz eur marc’h du, hag an hini a oa var he gein a oa ganthan en he zorn eur re-balansou. (6) Hag e kleviz e-kreiz ar pevar aneval eur vouez, hag a lavare : Eur muzurad gwiniz evit eun diner, ha tri muzurad heiz evit eun diner ; mes diwall da goll an eol hag ar gwin.
(7) Ha pa hen doe an Oan digoret ar pevare siel, e kleviz mouez ar pevare aneval o lavaret : Deuz, ha gwel. (8) Hag e selliz, hag e veliz eur marc’h droug-livet ; hag an hini a oa var he gein, a oa he hano an Ankou, hag an Ifern a gerze var he lerc’h ; hag e oe roet dezhe ar galloud var ar bederved loden euz an douar, evit lakaad an dud da vervel dre ar c’hleze, gant an naoun, dre ar c’hlenved, hag al loened gwez euz an douar.
(9) Ha pa hen doe an Oan digoret ar pemved siel, e veliz dindan an aoter eneou ar re a oa bet lakeat d’ar maro abalamour da c’her Doue, hag abalamour d’an desteni ho doa dalc’het da rei. (10) Hag e crient a vouez huel, o lavaret : Pegeit, Aotrou Souveren, te, pehini a zo santel ha gwirion, e choumi c’hoas hep barna, hag hep venji hon goad a-enep ar re a zo o choum var an douar ? (11) Hag e oe roet saeou gwenn da bep hini anezhe, hag e oe lavaret dezhe gortoz c’hoas eun neubeud amzer, ken a vije peur-leuniet an niver euz ho c’hen-zervicherien hag euz ho breudeur pere a dlie beza lakeat d’ar maro evelthe. (12) Hag e selliz, pa hen doe an Oan digoret ar c’houec’hved siel, ha setu ma choarvezaz eur c’hren-douar braz, hag an heol a zeuaz da veza du evel eur sac’h reun, hag al loar a zeuaz da veza evel goad. (13) Ha stered an env a gwezaz var an douar, evel ma taol eur vezen-fiez he fiez glaz, pa vez hijet gant eur bar-avel. (14) Hag an env en em dennaz kuit evel eul levr a vez rollet ; hag an holl meneziou hag an holl enezennou a oe loc’het euz ho flas ; (15) ha rouane an douar, hag ar re vraz, hag ar re binvidic, ar c’habitaned hag ar re galloudus, peb esclav ha peb den libr, en em guzaz er c’haverniou hag e reier ar meneziou ; (16) hag e lavarent d’ar meneziou ha d’ar reier : Kwezit varnomp, ha kuzit ac’hanomp euz a brezans an hini a zo var an tron, hag euz a goler an Oan ; (17) rag deuet eo an devez braz euz he goler, ha piou a hello kenderc’hel en he za ?
OUDE-ZE e veliz pevar
eal en ho za var bevar
c’horn an douar, hag a zalc’he
ar pevar avel, evit na chouezje
avel e-bed var an douar, na
var ar mor, na var gwezen ebed. (2) Neuze e veliz eun eal
all o sevel e costez ar Sav-heol, ha siel an Doue beo
ganthan, hag e criaz gant eur
vouez krenv d’ar pevar eal
ho doa bet ar galloud da noazoud d’an douar ha d’ar mor,
en eur lavaret : (3) Na noazit ket
d’an douar, na d’ar mor, na
d’ar gwez, ken hon devezo
merket gant eur ziel servicherien hon Doue var ho zal.
(4) Hag e kleviz an niver euz ar re a oa bet merket : pevar ha seiz ugent mil a oe merket euz an holl dribuou euz a vugale Israel ; (5) euz a dribu Juda, daouzec mil merket ; euz a dribu Buben, daouzec mil merket ; euz a dribu Gad, daouzec mil merket ; (6) euz a dribu Ascer, daouzec mil merket ; euz a dribu Nephthali, daouzec mil merket ; euz a dribu Manasse, daouzec mil merket ; (7) euz a dribu Simeon, daouzec mil merket ; euz a dribu Levi, daouzec mil merket ; euz a dribu Issacar, daouzec mil merket ; (8) euz a dribu Zabulon, daouzec mil merket ; euz a dribu Josef, daouzec mil merket ; euz a dribu Benjamin, daouzec mil merket.
(9) Goude kement-se e selliz, hag e veliz eun niver braz ha na helle den ho c’hounta, a bep nation, a bep tribu, a bep pobl, hag a bep langach ; en em zerc’hel a reant en ho za dirag an tron ha dirag an Oan, gwisket gant saeou gwenn, ha palmez en ho daouarn ; (10) hag e crient gant eur vouez krenv, en eur lavaret : Ar zilvidigez a zeu euz hon Doue, pehini a zo azezet var an tron, hag euz an Oan. (11) Hag an holl elez en em zalc’he en-dro d’an tron, ha d’ar re Ancien, ha d’ar pevar aneval ; hag ar re-man en em brosternaz var ho bizach dirag an tron, hag ec’h adorjont Doue, en eur lavaret : (12) Amen ! Ar veuleudi, ar gloar, ar furnez, an actionou a c’hras, an henor ar galloud hag an nerz d’hon Doue, da virviken ! Amen.
(13) Neuze unan euz ar re Ancien a gommansaz da gomz, hag a lavaraz d’in : Piou eo ar re-ze a zo gwisket gant saeou gwenn, hag a be leac’h ez int-hi deuet ? (14) Ha me a lavaraz dezhan : Aotrou, her gouzoud a rez. Hag hen a lavaraz d’in : Ar re-ze eo ar re a zo deuet er meaz euz an drubuil vraz, hag ho deuz gwalc’het ho zaeou, hag ho deuz gwennet anezhe en goad an Oan. (15) Abalamour da ze emaint dirag tron Doue, hag e servichont anezhan noz-deiz en he dempl ; hag an hini a zo azezet var an tron, a astenno he danten varnezhe. (16) N’ho devezo mui a naoun, ha n’ho devezo mui a zec’hed ; hag an heol na skoio ken varnezhe, na tomder ebed ; rag an Oan, pehini a zo e-kreiz an tron ho reno evel eur mesaer, hag ho c’hunduo da feunteuniou a zour beo, ha Doue a zec’ho an holl daelou euz ho daou-lagad.
A hen doe an Oan digoret
ar seizved siel, e-pad eun
hanter heur pe var-dro, ne oe
klevet trouz e-bed en env.
(2) Hag e veliz ar seiz eal a vez
en ho za dirag Doue, hag e oe
roet dezhe seiz trompil.
(3) Hag eun eal all a zeuaz hag en em zalc’haz tost d’an aoter, ha ganthan eun ezansouer aour, ha roet e oe dezhan kalz a ezans da offr, gant pedennou an holl zent, var an aoter aour a zo dirag an tron. (4) Hag ar moged euz an ezans, gant pedennou ar zent, a zavaz d’an neac’h, euz a zorn an eal dirag Doue. (5) Neuze an eal a gemeraz an ezansouer hag hen leuniaz euz a dan divar an aoter, hag hen taolaz var an douar ; hag e c’hoarvezaz moueziou, ha curunou, ha luc’hed, hag eur c’hrennamant douar.
(6) Neuze ar seiz eal, a oa ar seiz trompil ganthe, en em breparaz, da zon gant an trompillou.
(7) Hag an eal kenta a zonaz, hag e teuaz kazerc’h ha tan kemmesket gant goad da gweza var an douar ; hag an drederen euz ar gwez a oe devet, hag an holl yeot glaz a oe devet.
(8) Hag an eil eal a zonaz gant an drompil, hag e oe sklapet er mor evel eur menez braz entanet-holl ; hag an drederen euz ar mor a oe troet en goad. (9) Hag an drederen euz ar grouadurien a oa er mor, hag ho doa buez, a varvaz ; hag an drederen euz ar batimanchou a oe distrujet.
(10) Hag an trede eal a zonaz gant he drompil, hag e kwezaz euz an env eur stereden vraz henvel ouz eul lamp o tevi, hag e kwezaz var an drededen euz ar steriou, ha var vamennou an doureier. (11) Hag hano ar stereden-ze a oa Huelenc’hoero ; hag an drederen euz an doureier a oe troet en huelen-c’hoero ; ha kalz a dud a varvaz gant an dour, dre ma oa deuet da veza c’hoero.
(12) Neuze ar pevare eal a zonaz gant he drompil ; hag e oe skoet an drederen euz an heol, hag an drederen euz al loar, hag an drederen euz ar stered, en hevelep doare ma oe tenvaleet an drederen anezhe, ha ma kollaz an drederen euz an deiz he sclerijen, kerkoulz hag an noz.
(13) Goude-ze e veliz, hag e kleviz eun eal o nijal dre greiz an env, en eur lavaret a vouez huel : Malheur, malheur, malheur d’ar re a choum var an douar, abalamour d’ar zon euz trompillou an tri eal a dle dond c’hoas da zon !
AG ar pemved eal a zonaz
gant he drompil, hag e
veliz eur stereden kwezet euz
an env d’an douar ; hag alc’houez punz an abim a oe
roet d’an eal-ze. Hag e tigoraz punz an abim, hag e savaz
euz ar punz eur vogeden,
henvel ouz moged eur forn
vraz ; hag an heol hag an ear
a oe tenvaleet gant ar moged
euz ar punz ; (3) hag euz ar
moged-se e teuaz killeien-raden pere a zeuaz da c’holo
an douar ; ha roet e oe dezhe
eur galloud henvel ouz galloud
ar scorpioned euz an douar.
(4) Hag e oe lavaret dezhe diwall
da ober droug e-bed d’ar yeot
euz an douar, na da netra a
c’hlaz, na da vezen e-bed ;
nemed hep-ken d’an dud n’ho
deuz ket siel Doue var ho zal.
(5) Hag e oe roet dezhe ar galloud, nann d’ho laza, mes d’ho
zourmanti e-pad pemp mis,
hag ho zourmant a oa henvel
ouz an hini a ra ar scorpion
pa ro eun taol-flem da eun den.
(6) En deiziou-ze an dud a glasko
ar maro, ha n’her c’havint
ket ; hag e c’hoantaint mervel,
mes ar maro a dec’ho kuit
diouthe. (7) Ar c’hilleien-raden-man a oa henvel ouz kezec
prest evit ar brezel ; bez’ e oa
var ho fennou evel curunennou
henvel ouz aour, bag ho bizach
a oa henvel ouz bizach tud.
(8) Bleo ho doa hag a oa evel
bleo merc’hed, hag ho dent a
oa henvel ouz dent leoned.
(9) Beza ho doa cuirasennou evel
cuirasennou houarn ; hag an
drouz euz ho diou-askel a oa
henvel ouz trouz kirri ha kalz
a gezec o redec d’ar brezel.
(10) Beza ho doa lostou henvel ouz
lostou ar scorpioned, hag eur
flem en ho lost ; hag ho galloud a oa da noazoud d’an
dud e-pad pemp mis. (11) Beza ho doa varnezhe eur roue, eal
an abim, galvet enn hebreach
Abaddon, hag en gregach
Apollyon (Distrujer).
(12) Ar c’henta gwalen tremenet, setu ma teu c’hoas diou walen all goude honnes.
(13) Hag ar c’houec’hved eal a zonaz gant he drompil ; hag e kleviz eur vouez o tond euz a bevar c’horn an aoter aour a zo dirag Doue, (14) hag a lavare d’ar c’houec’hved eal a oa an drompil ganthan : Tenn ho liammou d’ar pevar eal a zo stag var ar ster vraz Euphrates. (15) Kerkent e oe distaget ar pevar eal pere a oa prest d’an heur, d’an deiz, d’ar mis, d’ar bloaz, da laza an derved loden euz an dud. (16) Hag an niver euz a gavalierien an arme-ze a oa daou c’hant milion ; rag klevet a riz an niver anezhe. (17) Hogen evel-hen e veliz ar c’hezec er vision ; ar re a oa var ho c’hein ho doa cuirasennou a liou tan hag hyacinth ha soufr ; pennou ar c’hezec a oa henvel ouz pennou leoned ; hag euz ho genou e teue tan, ha moged, ha soufr. (18) An drederen euz an dud a oe lazet gant an tri dra-man, gant an tan, gant ar moged, ha gant ar soufr a zeue er meaz euz ho genou. (19) Hag ho galloud a oa en ho genou, hag en ho lostou, hag ho lostou, henvel ouz serpanted, ho doa pennou ; ha gant ar re-man e reant drouk. (20) Hag ar rest euz an dud pere ne oant ket lazet gant ar gwalennou-man n’ho doe ket a geuz euz a oberou ho daouarn, evit paouez da adori an diaoulou hag an idolou aour, hag arc’hant, ha mean ha coat, pere na hellont na gwelet, na klevet, na bale. (21) N’ho doe ket a geuz euz ho lazerezou, nag euz ho zorselachou, nag euz ho libertinach, nag euz ho laeronsiou.
AG e veliz eun eal galloudec all, o tisken euz
an env, eur goabren en-dro
dezhan, hag eur ganeveden
var he ben ; he vizach a oa
evel an heol, hag he dreid
evel pillierou tan. (2) Bez e oa
ganthan en he zorn eul levr
bihan digor ; hag e lekeaz he
droad deo var ar mor, hag he
hini kleiz var an douar ; hag
e criaz gant eur vouez krenv,
evel eul leon o iudal, ha pa
hen doe criet, ar seiz curun a
roaz da glevet ho moueziou.
(4) Ha pa ho doe ar seiz curun
roet ho moueziou da glevet,
ez ean da scriva ; hag e kleviz
eur vouez euz an env hag a
lavare d’in : Dalc’h siellet an
traou ho deuz lavaret ar seiz curun, ha na scriv ket anezhe.
(5) Hag an eal em boa gwelet en
he za var ar mor ha var an
douar, a zavaz he zorn etrezeg
an env, (6) hag a douaz dre an
hini a zo beo da viken, pehini
hen deuz crouet an env hag
an traou a zo enhan, an douar
hag an traou a zo enhan, ar
mor hag an traou a zo enhan,
penaos na vije mui a amzer,
(7) mes en deiziou ma roje ar
seizved eal he vouez da glevet,
pa zonje gant an drompil, e
vije accomplisset myster Doue,
evel ma hen doa discleriet d’ar
brofeted, he zervicherien.
(8) Hag ar vouez em boa kievet
euz an env a gomzaz c’hoas
ouzin, hag a lavaraz d’in :
Kea, kemer al levr bihan a zo
digor en dorn an eal a zo en
he za var ar mor, ha var an
douar. (9) Mond a riz da gavoud
an eal, hag e liviriz dezhan :
Ro d’in al levr bihan ; hag
hen a lavaraz d’in : Kemer,
ha debr anezhan ; karga a raio
da entraillou a c’hoervder ;
mes en da c’henou e vezo dous
evel mêl. (10) Hag e kemeriz al
levr bihan euz a zorn an eal,
hag e tebriz anezhan ; hag e
oe em genou dous evel mêl,
mes pa em boe lounket anezhan, va entraillou a oe leun a
c’hoervder. (11) Neuze e lavaraz
d’in : Red eo d’id profetisa
c’hoas divarben kalz a boblou,
a nationou, a langachou hag
a rouane.
EUZE e oe roet d’in eur
gorzen henvel ouz eur
wialen ; hag an eal a zeuaz,
hag a lavaraz : Sav, ha deuz
da vuzuri templ Doue, hag an
aoter, hag ar re a zo eno oc’h
adori. (2) Mez lez ar porz a zo
a-ziaveaz an templ, ha na vuzur ket anezhan ; rag roet eo
bet d’ar Jentiled ; hag int a
flastro gant ho zreid ar gear
zantel e-pad daou vis ha daou-ugent. (3) Ha me a roio d’am
daou dest ar galloud da brofetisa, e-pad mil daou c’hant ha
tri-ugent devez, gwisket gant
sier. (4) Ar re-man eo an diou
olivezen, hag an daou gantoleur pere en em zalc’h dirag
Aotrou an douar. (5) Ha ma fell
da unan-benag ober droug
dezhe, e teuio er meaz euz ho
genou tan hag a zevoro ho
inimied ; rag mar fell da
unan-benag ober droug dezhe,
e ranko perissa evel-se. (6) Beza
ho deuz ar galloud da zerri an
env, evit na rai ket a c’hlao,
e-pad ma profetizint ; ha beza
ho deuz ar galloud da drei an
dour en goad, ha da skei an
douar a bep seurt gwalennou,
ken alies ha ma fell dezhe.
(7) Ha pa ho devezo echuet da rei ho zesteni, al loen a zav euz an abim a rai brezel dezhe, a vezo treac’h varnezhe, hag ho lazo. (8) Hag ho c’horfou maro a vezo var blasen ar gear vraz, pehini a zo galvet spirituelamant Sodom hag Egypt, e pe leac’h ive eo bet cruciñet hon Aotrou. (9) Ha tud a-douez pep pobl, ha pep tribu, ha pep langach, ha pep nation, a velo ho c’horfou maro, e-pad tri devez hanter, ha na lezint ket ho lakaad en beziou. (10) Hag an dud a choum var an douar en em rejouisso abalamour dezhe, hag en em roio d’al levenez, hag e kassint prezanchou an eil d’egile, rag an daou brofet-se ho devezo tourmantet habitanted an douar. (11) Mes goude an tri devez hanter-ze, ar Spered a vuez digasset a-berz Doue a antreaz enhe, hag e savjont adare var ho zreid, hag eur spount vraz a gwezaz var ar re a velaz anezhe, (12) hag e klevjont eur vouez vraz euz an env, hag a lavare dezhe : Savit aman ; hag e savjont en env en eur goabren, hag ho inimied a velaz anezhe. (13) En heur-ze ive e c’hoarvezaz eur gwall-grennamant douar ; hag an degved loden euz ar gear a gwezaz, hag er c’hrennamant douar-ze e oe lazet seiz mil den, hag ar re all a oe spountet braz, hag e rojont gloar da Zoue an env.
(14) An eil gwalen a zo tremenet ; setu an drede gwalen a zeui dizale.
(15) Hogen, ar seizved eal a zonaz gant an drompil ha moueziou braz a oe klevet en env, hag a lavare : Rouantelezou ar bed a zo lakeat dindan galloud hon Aotrou hag he Ghrist, hag hen a reno da virviken. (16) Hag ar pevar-var-n’ugent den Ancien, pere a zo azezet var ho zronou dirag Doue, a gwezaz var ho bizach, hag a adoraz Doue, en eur lavaret : (17) Renta a reomp grasou d’id, Aotrou Doue holl-c’halloudec, pehini a zo, pehini a oa, ha pehini a vezo, abalamour ma ec’h euz kemeret da c’halloud braz en da zorn, ha ma’z oud antreet en da rouantelez. (18) Ar boblou a zo droug enhe ; mes da goler a zo deuet, hag ive an amzer da varn ar re varo, ha da rei recompans d’az servicherien ar brofeted, ha d’ar zent, ha d’ar re ho deuz doujans evit da hano, bihan ha braz, ha da goll ar re a goll an douar.
(19) Ha templ Doue a zigoraz
en env, hag e oe gwelet en he
dempl an arc’h euz he allians ;
hag e teuaz luc’hed, moueziou,
ha curun, hag eur c’hrennamant douar, ha kazerc’h braz.
OGEN, eur sin braz a oe
gwelet en env, eur vreg
gwisket gant an beol, hag al
loar dindan he zreid, ha var
he fen eur gurunen a zaouzec
stereden. (2) Brazez e oa, hag e
crie gant ar goentrou hag ar
boan o wilioudi. (3) Eur sin all
a oe gwelet ive en env : setu
eun aerouant braz liou an tan,
hag hen doa seiz pen ha deg
corn, ba seiz curunen var he
bennou ; (4) hag he lost a gasse
ganthan an drederen euz a
stered an env, hag ho zaolaz
d’an douar. Neuze an aerouant a choumaz en he za dirag
ar vreg a oa prest da wilioudi,
evit devori he bugel pa vije
ganet ganthi. (5) Hogen genel
a reaz eur mab, pehini a dlie
gouarn an holl boblou gant
eur wialen houarn, hag he bugel a oe savet d’an neac’h etrezeg Doue hag etrezeg he dron ;
(6) hag ar vreg a dec’haz en eun
dezert, en pe leac’h hen doa
preparet Doue eur plas dezhi,
evit ma vije maget eno e-pad
mil daou c’hant ha tri-ugent
devez.
(7) Neuze e oe eur brezel en env. Mikeal hag he elez a gombatte a-enep an aerouant ; hag an aerouant a gombatte gant he elez. (8) Hag elez an aerouant ne oent ket ar c’hrenva, ha ne oe mui kavet ho flas en env. (9) Hag an aerouant braz, ar serpant koz, galvet an diaoul ha Satan, pehini a drompl ar bed holl, a oe sklapet var an douar, hag he elez a oe taolet d’an traon assambles ganthan. (10) Neuze e kleviz en env eur vouez vraz, hag a lavare : Breman eo deuet ar zilvidigez hag an nerz, ha rouantelez hon Doue, ha galloud he Ghrist ; rag tamaller hor breudeur, an hini a damalle anezhe noz-deiz dirag hon Doue, a zo bet taolet d’an traon. (11) Trec’het ho deuz anezhan dre oad an Oan, ha dre ar ger da behini ho deuz rentet testeni, ha n’ho deuz ket karet ho buez en tu-all d’armaro. (12) Rag-se en em rejouissit, envou, ha c’houi pere a zo enhe o choum. Mameur deoc’h-hu pere a choum var an douar ha var ar mor ; rag an diaoul a zo diskennet etrezeg enoc’h gant eur goler vraz, o c’bouzout penaos eo arru her be amzer.
(13) Hogen, pa velaz an aerouant e oa bet taolet d’an douar, e redaz varlerc’h ar vreg pehini he doa ganet eur mab. (14) Mes roet e oe d’ar vreg diou-askel an egl braz, evit ma c’halje nijal d’an dezert, d’he flas he-unan, e pe leac’h e oe maget e-pad eun amzer, hag amzeriou, hag an hanter euz a eun amzer, pell diouz prezans ar serpant. (15) Hag ar serpant, euz he c’henou, a daolaz dour, evel eur ster, varlerc’h ar vreg, evit ma’z aje gant an dour euz ar ster. (16) Mes an douar a zicouraz ar vreg, hag an douar a zigoraz hag a lounkaz ar ster hen doa an aerouant taolet euz he c’henou. (17) An aerouant en em lekeaz en coler ouz ar vreg, hag ez eaz da ober brezel ouz ar rest euz he lignez pere a vir gourc’hemenou Doue, hag ho deuz testeni Jesus-Christ.
Hag e choumiz em za var an treaz euz ar mor ;
AG e veliz o sevel euz ar
mor eul loen pehini hen
doa seiz pen ha deg corn, ha
var he gerniel deg curunen,
ha var he bennou eun hano a
vlasphem. (2) Hag al loen a veliz a oa henvel ouz eul leopard ;
he dreid a oa evel treid eun
ours, hag he c’henou evel genou eul leon. Hag an aerouant a roaz dezhan he nerz, hag
he dron, hag eur galloud braz.
(3) Hag e veliz unan euz he bennou evel glazet d’ar maro ; mes
ar gouli marvel-ze a oe pareet,
hag ar bed holl souezet, a ieaz
var lerc’h al leon. (4) Hag e oe
adoret an aerouant hen doa
roet he c’halloud d’al loen ; hag
ec’h adorjont ive al loen, en
eur lavaret : Piou a zo henvel
ouz al loen, ha piou a hello
combatti outhan ? Ha roet e
oe dezhan eur genou hag a lavare traou braz ha blasphemou ; ha galloud a oe roet dezhan da ober brezel e-pad daou
vis ha daou-ugent. Hag hen
a zigoraz he c’henou evit gwall-gomz a-enep Doue, a-enep he
hano hag he dabernacl, hag
a-enep ar re a choum en env.
(7) Hag e oe roet ive dezhan
ar galloud da ober brezel d’ar
zent, ha da veza treac’h dezhe.
Hag e oe roet dezhan galloud
var bep tribu, ha langach, ha
nation. (8) Hag ar re holl a zo
o choum var an douar, ha n’eo
ket scrivet ho hanoiou, adaleg
crouidigez ar bed, el levr a
vuez euz an Oan a zo bet lakeat d’ar maro, a adoraz anezhan. (9) Mar d’euz unan-benag
hag hen deuz diou-skouarn,
ra zelaouo. (10) Mar d’euz unan-benag hag a gas d’ar gaptivite, ez ai he-unan d’ar gaptivite ; mar d’euz unan-benag
hag a laz gant ar c’hleze, e
ranko he-unan beza lazet gant
ar c’hleze ; aman ema patianted ha feiz ar zent.
(11) Neuze e veliz eul loen all o sevel euz an douar, hag hen doa daou gorn henvel ouz re eun oan, hag al loen-ze a gomze evel eun aerouant. (12) Gouarn a rea gant holl c’halloud al loen kenta en he brezans, ha lakaad a rea an douar hag ar re holl a zo o choum varnezhan da adori al loen kenta, a behini ar gouli marvel a oa bet pareet. (13) Hag ober a rea burzudou braz, beteg lakaad tan da zisken euz an env d’an douar, dirag daou-lagad an dud. (14) Ha trompla a rea an dud a oa var an douar, dre ar burzudou a oe roet ar galloud dezhan da ober dirag al loen, o lavaret d’an dud euz an douar ober eun imach d’al loen, pehini goude beza bet taol ar maro digant ar c’hleze, a oa c’hoas en buez. (15) Hag e oe roet dezhan ar galloud da rei buez da imach al loen, evit ma teuje imach al loen da gomz, hag e lekeaz laza ar re holl ne adorent ket imach al loen. (16) Hag ober a rea d’an holl, bihan ha braz, paour ha pinvidic, tud libr pe esclaved, kemer eur merk var ho dorn deo, pe var ho zal. (17) Ha den na helle prena na gwerza, nemed an hini hen doa ar merk pe an hano euz al loen, pe an niver euz he hano. (18) Aman ema ar furnez. An hini hen deuz intentamant, ra gounto an nombr euz al loen, rag eun nombr a zen eo, hag an niver anezhan a zo c’houec’h kant c’houec’h ha tri-ugent.
OUDE-ZE e selliz, hag e
veliz an Oan en he za
var menez Sion, ha ganthan
kant pevar ha daou-ugent mil
den, pere ho doa hano he Dad
scrivet var ho zal. (2) Hag e
kleviz eur vouez euz an env,
henvel ouz trouz an doureier
braz, hag henvel ouz trouz eur
gurun vraz, hag e kleviz eun
trouz a delennerien o son gant
ho zelennou. (3) Hag e canent
evel eur c’hantic nevez dirag
an tron, ha dirag ar pevar
aneval hag ar re Ancien ; ha
den na helle diski ar c’hantic-se, nemed ar c’hant pevar ha
daou-ugent mil, pere a zo bet
prenet euz an douar. (4) Ar re-ze eo ar re n’int ket bet en
em souillet gant merc’hed ;
rag gwerc’h int. Ar re-ze eo
ar re a heuil an Oan, pe leac’h-benag ma’z a. Ar re-ze eo ar
re a zo bet prenet a-douez an
dud, evel ar c’henta-frouez da
Zoue ha d’an Oan ; (5) hag en ho
genou n’euz ket bet kavet a
faozentez ; rag dinam int dirag tron Doue.
(6) Hag e veliz eun eal all o nijal dre greiz an env, hag an Aviel eternel ganthan, evit he brezeg d’ar re a zo o choum var an douar, da bep nation, da bep tribu, da bep langach ha da bep pobl, (7) en eur lavaret gant eur vouez krenv : Doujit Doue, ha roit gloar dezhan, rag deuet eo heur he varn ; hag adorit an hini hen deuz great an env hag an douar, ar mor ha mamennou an doureier.
(8) Hag eun eal all a heulliaz anezhan, en eur lavaret : Kwezet eo, kwezet eo, Babylon, ar gear vraz, abalamour ma he deuz roet da eva d’an holl nationou ar gwin euz he lubricite diroll.
(9) Hag unan all, an trede eal a zeuaz varlerc’h ar re-man, en eur lavaret a vouez huel : Mar deu unan-benag da adori al loen hag he imach, ha da gemer he verk var he dal, pe var he zorn, (10) hennes a evo ive ar gwin euz a goler Doue, gwin pur preparet er c’halir euz he goler, hag e vezo tourmantet en tan hag er soufr, dirag an elez santel, ha dirag an Oan. (11) Hag ar moged euz ho zourmant a zavo da virviken ; hag ar re ho devezo adoret al loen hag he imach, ha piou-benag hen devezo kemeret ar merk euz he hano, n’ho devezo ehan e-bed, nag en noz nag en deiz. (12) Setu aman patianted ar zent, setu aman ar re a vir gourc’hemenou Doue, ha feiz Jesus.
(13) Hag e kleviz eur vouez euz an env, hag a lavare d’in : Scriv : Eürus divar vreman ar re varo pere a varv en Aotrou ! Ia, eme ar Spered, rag diskuiza a reont euz ho labouriou, hag ho oberou a ia d’ho heuil.
(14) Sellet a riz c’hoas, hag e veliz eur goabren venn, hag unan azezet var ar goabren henvel ouz Mab an den, ha var he ben eur gurunen aour, hag en he zorn eur falc’h lem. (15) Hag eun eal all a zeuaz er meaz euz an templ, o crial gant eur vouez krenv d’an hini a oa azezet var ar goabren : Taol da falc’h, ha med ; rag deuet eo an amzer da vedi, rag eost an douar a zo daro. (16) Neuze an hini a oa azezet var ar goabren, a daolaz he falc’h var an douar, hag an douar a oe medet.
(17) Hag eun eal all a zeuaz er meaz euz an templ, a oa en env, ha ganthan ive eur falc’h lem. (18) Ha dond a reaz er meaz euz an aoter eun eal all, hag hen doa galloud var an tan, hag he-man a griaz, gant eur vouez huel, d’an hini a oa ganthan ar falc’h lem, en eur lavaret dezhan : Taol da falc’h lem ha dastum ar bodennou rezin euz a winien an douar, rag ar rezin anezhi a zo daro. (19) Hag an eal a daolaz he falc’h var an douar, hag a zastumaz frouez ar winien euz an douar, hag e taolaz anezhe er veol vraz euz a goler Doue. (20) Hag ar veol a oe gwasket en diaveaz a gear ; hag e teuaz euz ar veol goad hag a zave bete crabestou ar cliezec var hed c’houezec kant stad.
AG e veliz en env eur burzud all braz ha souezus :
seiz eal ha ganthe ar seiz gwalen diveza ; rag dreizhe eo accomplïsset coler Doue.
(2) Gwelet a riz ive evel eur mor gwer, mesket gant tan ; hag ar re ho doa trec’het al loen, hag he imach, hag he verk, hag an niver euz he hano, en em zalc’he var ar mor gwer-ze, ha telennou Doue ganthe. (3) Hag e canent cantic Moises, servicher Doue, ha cantic an Oan, en eur lavaret : Braz hag admirabl eo da oberou, O Aotrou Doue holl-c’halloudec ! Just ha gwir eo da hentchou, O Doue ar zent ! (4) Piou na zoujfe ket ac’hanoud, O Aotrou, ha na rentfe ket gloar d’az hano ? Rag te hepken a zo santel ; evel-se an holl nationou a zeuio hag en em brosterno dirazoud, rag da varnedigezou a zo bet diskouezet.
(5) Goude-ze e selliz ha setu an templ euz a danten an desteni a zigoraz en env. (6) Hag ar seiz eal, pere a zalc’he ar seiz gouli, a zeuaz er meaz euz an templ, gwisket gant lin glan ha gwenn-kan, ha gourizet var boul ho c’halon gant gourizou aour. (7) Neuze unan euz ar pevar aneval a roaz d’ar seiz eal seiz scudel aour leun a goler an Doue a vev da virviken. (8) Hag an templ a oe karget a voged abalamour da c’hloar Doue ha d’he c’halloud ; ha den na hellaz mond ebarz an templ ken na oe accomplisset ar seiz gouli euz ar seiz eal.
AG e kleviz eur vouez o tond euz an templ, hag a
lavare d’ar seiz eal : It ha
skullit var an douar ar scudellou euz a goler Doue.
(2) Hag ar c’henta eal a ieaz, hag a skulliaz he scudel var an douar ; hag an dud ho doa merk al loen, hag ar re a adore he imach, a oe skoet gant eur gouli fall ha danjerus.
(3) An eil eal a skulliaz he scudel er mor, hag e teuaz da veza evel goad eun den maro ; ha kement tra beo a oa er mor a varvaz.
(4) An trede eal a skulliaz he scudel var ar steriou ha var mamennou an doureier ; hag e oent troet en goad. (5) Hag e kleviz eal an doureier, o lavaret : Te a zo just, Aotrou, pehini a zo, pehini a oa ha pehini a vezo santel, abalamour ma ec’h euz barnet evel-se. (6) Abalamour m’ho deuz skulliet goad ar zent hag ar brofeted, ec’h euz roet dezhe goad da eva, hag her meritout a reont. (7) Hag e kleviz unan all e tu an aoter, hag a lavare : Ia, Aotroü Doue Holl-c’halloudec, gwirion ha just eo da varnedigezou. (8) Hag ar pevare eal a skulliaz he scudel var an heol, hag e oe roet dezhan ar galloud da zevi an dud gant an tan. (9) Hag an dud a oe devet gant eun domder vraz, hag e vlasphemjont hano Doue, pehini hen deuz galloud var ar gouliou-ze ; ha na zistrojont ket evit rei gloar dezhan.
(10) Ar bempved eal a skulliaz he scudel var dron al loen ; hag he rouantelez a zeuaz da veza teval ; ha gant ar boan ho devoa, an dud a groge en ho zeod ho-unan gant ho dent. (11) Hag e vlasphemjont a-enep Doue an env, abalamour d’ho foaniou ha d’ho gouliou ; ha na zeuaz ket a geuz dezhe euz ho oberou.
(12) Ar c’houec’hved eal a skulliaz he scudel var ar ster vraz Euphrates ; hag he dour a zeuaz da zec’ha, evit ma vije preparet hent ar rouane euz ar Sav-heol. (13) Hag e veliz o tond er meaz euz a c’henou an aerouant, hag euz a c’henou al leon, hag euz a c’henou ar fals-profet, tri spered impur, henvel ouz gleskered. (14) Rag ar re-ze a zo sperejou diaoulou, pere a ra burzudou, pere a ia etrezeg rouane an douar hag ar bed holl, evit ho dastum assambles evit ar gombat vraz euz a zervez an Doue holl-c’halloudec. (15) Setu, e teuan evel eul laer. Eürus an hini a choum dihun, hag a vir he zillad, evit na gerzo ket en noaz, ha na vezo ket gwelet he vez. (16) Hag e oent dastumet assambles en eul leac’h galvet en hebrach Armageddon (menez an tro-kein). (17) Ar seizved eal a skulliaz he scudel en ear ; hag e teuaz eur vouez vraz euz a dempl an env, euz an tron, hag a lavare : Erruet eo an taol. (18) Hag e clioarvezaz moueziou, ha curunou, ha luc’hed, hag eur c’hren-douar braz ; ar seurt n’euz ket bet abaoe ma’z euz tud var an douar. (19) Hag ar gear vraz a oe rannet e teir loden ; diskaret e oe keariou an nationou, ha Doue a zeuaz memor dezhan euz ar gear vraz a Vabylon, evit rei dezhi calir ar gwin euz a fulor he goler. (20) Ha peb enezen a dec’haz kuit, hag ar meneziou ne oent mui kavet. (21) Hag e kwezaz euz an env var an dud grizil ken pounner hag eun talant ; hag an dud a vlasphemaz a-enep Doue, abalamour d’ar grizil, rag ar gouli a reaz a oe braz meurbed.
AG unan euz ar seiz eal a
oa ar seiz scudel ganthe,
a zeuaz hag a lavaraz d’in :
Deuz, hag e tiskouezin d’id
barnedigez ar c’hast vraz,
pehini a zo azezet var an
doureier braz, (2) gant pehini
rouane an douar ho deuz great
traou mezus, ha pehini he
deuz mezviet habitanted an
douar gant ar gwin euz he
lubricite. (3) Hag e kassaz
ac’hanoun dre ar spered ebarz
an dezert ; hag e veliz eur
vaouez azezet var eul loen
liou an tan, leun a hanoiou a
vlasphem, hag he doa seiz pen
ha deg corn. (4) Ar vaouez a oa
gwisket gant dillad a liou
pourpr ha tan, ornet gant
aour, gant mein pricius ha
gant perlez ; beza e oa ganthi
en he dorn eur c’halir aour,
leun a abominationou hag a
louzdoniou he micher mezus.
(5) Ha var he zal e oa scrivet eun
hano : Myster, Babylon, ar
gear vraz, mam an dud lubric
hag abominationou an douar.
(6) Gwelet a riz ar vaouez-ze
mezo gant goad ar zent ha
gant goad merzerien Jesus, ha
pa veliz anezhi, e oenn mantret-holl. (7) Hag an eal a lavaraz d’in : Perag ez oud-de ker
souezet ? Me a lavaro d’id ar
myster euz ar vaouez, hag euz
al loen a zoug anezhi, pehini
hen deuz ar seiz pen hag an
deg corn. (8) Al loen ec’h euz
gwelet, a zo bet ha n’eo mui ;
dleoud a ra sevel euz an abim,
ha mond da goll ; hag an dud
euz an douar, euz a bere an
hanoiou n’int ket scrivet el
levr ar vuez, adaleg crouidigez
ar bed, a vezo souezet, o velet
al loen, rag bet eo ha n-eo mui,
daoust ha ma’z eo. (9) Aman
ema an intentamant hag hen
deuz furnez. Ar seiz pen a
zo seiz menez, var bere ema
azezet ar vaouez. (10) Beza int
ive seiz roue, pemp a zo kwezet ; unan a zo beo, egile n’eo
ket deuet c’hoas, ha pa vezo
deuet, e tle pad neubeud a
amzer. (11) Hag al loen a oa, ha
n’eo mui, a zo he-unan eun
eizved roue ; euz ar seiz eo, ha
mond a ra da goll. (12) Hag an
deg corn ec’h euz gwelet, a zo
deg roue, pere n’ho deuz ket
c’hoas recevet ar rouantelez ;
mes, evit eun heur, e recevint,
assambles gant al loen, ar
galloud evel rouane. (13) Ar memeus mennoz ho deuz, hag e
roint ho galloud hag ho nerz
d’al loen. (14) Combatti a raint ouz
an Oan, mes an Oan a vezo
treac’h dezhe, rag hen eo
Aotrou an aotronez, ha Roue
ar rouane ; hag ar re a zo
assambles ganthan eo ar re
c’halvet, ar re choazet hag ar
re fidel. (15) Goude-ze e lavaraz
d’in : An doureier ec’h euz
gwelet, var bere eo azezet ar
c’hast, a zo poblou, hag eur
foul vraz, ha nationou, ha
langachou. (16) Hag an deg corn
ec’h euz gwelet var al loen,
ho devezo kassoni ouz ar
c’hast ; glac’hari a raint anezhi, lakaad a raint anezhi en
noaz hag e tebrint he c’hig,
hag e tevint anezhi en tan.
(17) Rag Doue hen deuz lakeat en
ho c’halonou ober he volontez,
ha kaoud ar memeus mennoz,
ha rei ar rouantelez d’al loen,
bete ma vezo accomplisset
komzou Doue. (18) Hogen, ar
vaouez ec’h euz gwelet, eo ar
gear vraz pehini a ren var
rouane an douar.
OUDE-ZE, e veliz eun eal
all, o tisken euz an env,
hag hen doa eur galloud braz.
An douar a oe sclerijennet
gant he c’hloar. (2) Hag e criaz
krenv hag a vouez huel, hag e
lavaraz : Kwezet eo, Babylon
ar gear vraz, kwezet eo, ha
deuet eo da veza demeurans
an drouk-sperejou, hag eur
plas a repu da bep spered louz,
hag eur gaoued da bep lapous
louz hag heuzus. (3) Rag an holl
nationou ho deuz evet euz a
win a fulor euz he lubricite,
ha rouane an douar a zo en
em roet d’al lubricite ganthi ;
ha marc’hadourien an douar a
zo en em binvidikeet gant an
abondans euz he zraou kaer.
(4) Goude-ze e kleviz eur vouez all euz an env, hag a lavare : It kuit er meaz anezhi, va fobl ; gant aoun, o kaoud lod en he fec’hejou, n’ho pefe ive lod en he gouliou ; (5) rag he fec’hejou a zo savet beteg an env, ha Doue hen deuz bet memor euz he fallenteziou. (6) Grit dezhi evel ma he deuz great deoc’h, rentit dezhi en doubl kement he deuz great deoc’h. Er memeus calir m’he deuz roet deoc’h da eva, roit dezhi da eva, daou c’hement-all. (7) Kement ha ma’z eo en em roet d’an ourgouil ha ma’z eo en em veuzet en delisou, roit dezhi ive kement-all a enkrez hag a c’hlac’har, rag lavaret a ra en be c’halon : Azezet oun evel eur rouanez, ha n’oun ket intanvez, ha na velin ket ar c’haon. (8) Abalamour da ze he gouliou, ar maro, ar c’haon hag an naoun, a zeuio er memeus dervez, hag e vezo devet gant an tan ; rag galloudus eo an Aotrou Doue pehini a varn anezhi. (9) Ha rouane an douar, pere ho deuz great impurete ha bevet en dilisou ganthi, a ouelo dezhi, hag a skoio var boul ho c’halon abalamour dezhi, pa velint ar moged euz an tan a zev anezhi. (10) En em derc’hel a raint pell diouthi, gant aoun rag he gwall-boaniou, hag e livirint : Malheur ! Malheur ! Ar gear vraz Babylon, ar gear galloudus, rag he barnedigez a zo deuet en eun heur ! (11) Ha marc’hadourien an douar a ouelo hag a hirvoudo varnezhi, rag den na breno mui ho marc’hadourez : (12) Marc’hadourez aour hag arc’hant, mein pricius, perlez, lien fin, pourpr, sei ha tane, pep seurt coat a c’houez-vad, pep seurt meubl great gant oliphant, gant coat koustus bras, arm, houarn ha marbr, (13) cinnamon, parfumou, baumou a c’houez-vad, ezans, gwin, eol, tumen bleud, ed, loened labour, denved, kezec, kiri, corfou hag eneou tud. (14) Ar frouez a c’hoanta da ene a zo eat kuit diouzid, hag an holl draou delicat ha kaer a zo kollet evidoud ; a-vreman n’ho c’havi ken hiviziken. (15) Ar re a verze an traou-ze, ha pere a oa deuet da veza pinvidic ganthi, en em zalc’ho pell diouthi, gant aoun rag he gwall-boan, o ouela hag oc’h hirvoudi, (16) hag o lavaret : Malheur ! Malheur ! ar gear vraz, pehini a oa gwisket gant lien fin, gant dillad pourpr ha liou tan, ornet gant aour, mein pricius ha perlez ! Rag en eur ober eun heur an holl binvidigezou-ze a zo bet distrujet ! (17) Ha kement sturier, ha kement hini a ia var ar batimanchou, ar vortoloded, ha kement hag a ra trafic var vor, en em zalc’he pell diouthi, (18) hag o velet ar moged a zave euz an tan a zeve anezhi, e crient : Peleac’h ema ar gear a oa par d’ar gear vraz-ze ? (19) Teuler a rent poultren var ho fennou, hag o ouela hag oc’h hirvoudi, e lavarent en eur grial : Malheur ! Malheur ! ar geaz vraz, en pehini e oa en em pinvidikeet dre he zraou koustus ar re holl ho doa batimanchou var ar mor, a zo bet rentet dezert en eun heur hep-ken ! (20) O env, en em laouenna abalamour dezhi, ha c’houi ive, ebestel ha profeted santel ; rag Doue hen deuz accomplisset varnezhi he varnedigezou abalamour deoc’h.
(21) Neuze eun eal galloudus a gemeraz eur mean henvel ouz eur mean milin braz, hag a sklapaz anezhan er mor, en eur lavaret : Evel-se e vezo taolet d’an traon Babylon, ar gear vraz, ba den na hello mui he c’havout. (22) Ha moueziou an delenerien, hag ar vusicianed, hag ar fleüterien, hag an drompillerien na vezint mui klevet enoud ; ha micherour e-bed, a be seurt micher-benag ec’h hell beza, na vezo mui kavet enoud ; ha trouz ar mean milin na vezo mui klevet enoud. (23) Ar sclerijen euz ar goulou na skedo mui enoud, ha mouez an ozac’h-yaouank hag ar vreg-yaouank na vezo mui klevet enoud ; rag da varc’hadourien a oa ar re vraz euz an douar ; rag dre da zorselachou an holl nationou a zo bet tromplet ; (24) rag enhi eo bet kavet goad ar brofeted hag ar zent, hag ar re holl a zo bet lakeat d’ar maro var an douar.
OUDE-ZE e kleviz evel
mouez eun niver braz a
dud, en env, hag e lavarent :
Alleluia ! (Meulit Doue.) Ar
zilvidigez, hag ar gloar, hag
an henor, hag ar galloud d’an
Aotrou hon Doue ! (2) Rag
gwirion ha just eo he varnedigezou, rag barnet hen
deuz ar c’hast vraz, pehini a
gorrompe an douar gant he
lubricite, hag hen deuz venjet
goad he zervicherien a oa bet
skulliet gant he dorn. (3) Hag e
leverjont adare : Alleluia !
hag he moged a zav da virviken. (4) Hag ar pevar-var-n’ugent den Ancien, hag ar pevar
aneval en em brosternaz, hag
a adoraz Doue a oa azezet var
an tron, en eur lavaret :
Amen, Alleluia ! (5) Hag eur
vouez a zeuaz euz an tron,
hag a lavare : Meulit hon
Doue, c’houi holl, he zervicherien, ha c’houi pere hoc’h
euz doujans evithan, bihan ha
braz. (6) Hag e kleviz evel
mouez eur bobl vraz, hag evel
mouez kalz a zoureier, hag evel
mouez curunou braz, pere a
lavare : Alleluia ! rag an Aotrou Doue, an Doue Holl-c’halloudec a ren.
(7) En em rejouissomp, ha diskouezomp hon
levenez, ha rentomp gloar
dezhan ; rag deuet eo eured
an Oan, hag he bried a zo en
em gempennet. (8) Hag ez eo
bet roet dezhi d’en em viska
gant lien fin, pur ha gwenn-kan, rag al lien fin eo justis
ar zent. (9) Neuze an eal a
lavaraz d’in : Scriv : Eürus
ar re a zo galvet d’ar banket
euz a eured an Oan ! Lavaret
a reaz d’in ive : Ar re-ze eo
gwir gomzou Doue. (10) Ha me
en em daolaz d’he dreid evit hen adori ; mes hen a lavaraz
d’in : N’a ket da ober kement-se ; me a zo ken-servicher
ganez, ha gant da vreudeur
pere ho deuz testeni Jesus.
Ador Doue, rag testeni Jesus
eo ar spered a brofesi.
(11) Neuze e veliz an env digor, ha setu eur marc’h gwenn, hag an hini a oa var he gein, a oa galvet an hini Fidel ha Gwirion, pehini a varn hag a gombat gant justis. (12) He zaou-lagad a oa evel eur flam-tan ; ha var he ben e oa meur a gurunen. Beza hen doa eun hano scrivet ha n’eo anavezet gant den nemed ganthan he-unan. (13) Gwisket e oa gant eur vantel livet gant goad, hag he hano a zo, Ger Doue. (14) An armeou a zo en env, gwisket gant lien fin gwenn-kan, a iea var he lerc’h var gezec gwenn. (15) Euz he c’henou e teue eur c’hleze lem evit skei an nationou, rag gouarn a rai anezhe gant eur wialen houarn hag e wasko gant he dreid beol ar gwin euz a goler hag euz a indignation an Doue holl c’halloudec. (16) Ha var he vantel, ha var he vorzed, hen doa an hano-man scrivet :
Roue ar Rouane hag Aotrou an Aotronez.
(17) Gwelet a riz eun eal en he za en heol, hag a griaz gant eur vouez krenv, en eur lavaret d’an holl lapoused a nije dre greiz an env : Deuit, hag en em dastumit assambles evit fest an Doue braz ; (18) da zebri kig ar rouane, kig ar c’habitaned, kig ar re c’halloudec, kig ar c’hezec hag ar re a ia var ho c’hein, ha kig an holl, ar re libr hag an esclaved ar re vihan hag ar re vraz.
(19) Hag e veliz al. loen, ha rouane an douar hag ho armeou, en em dastumet assambles evit ober brezel d’an hini a oa var ar marc’h, ha d’he arme. (20) Mes al loen a oe tapet, ha ganthan ar fals-profet, pehini hen doa great burzudou dirazhan, dre bere hen doa tromplet ar re ho doa recevet merk al loen, hag ho doa adoret he imach ; ho daou e oent taolet e-beo ebarz al lenn a dan ardant, e-kreiz ar soufr. (21) Hag ar rest a oe lazet gant ar c’hleze a zeue er meaz euz genou an hini a oa var ar marc’h ; hag an holl lapoused a oe maget gant ho c’hig.
OUDE-ZE e veliz eun eal
o tisken euz an env, ha
ganthan alc’houez an abim,
hag eur chaden vraz en he
zorn ; (2) hag e crogaz en aerouant, ar serpant koz, pehini eo
an diaoul ha Satan, hag e chadennaz anezhan evit mil
bloaz. (3) Hag e taolaz anezhan
ebarz an abim, hag e serraz
varnezhan, hag e lekeaz eur
siel varnezhan, evit na deuje
mui da drompla ar boblou,
ken a vije peur-dremenet ar
mil bloaz-ze ; ha goude-ze e
ranko beza dichadennet evit
eun neubeud amzer.
(4) Hag e veliz tronou, hag ec’h azezaz varnezhe tud, hag e oe roet dezhe ar galloud da varn. Hag e veliz ive eneou ar re a oa bet dibennet abalamour da desteni Jesus, hag abalamour da c’her Doue, hag ar re n’ho doa ket adoret al loen, nag he imach, ha pere n’ho doa kemeret he verk na var ho zal, na var ho daouarn. (5) Hag ar re-ze a vevaz hag a renaz gant ar C’hrist e-pad mil bloaz. Mes ar rest euz ar re varo na zistrojont ket d’ar vuez, ken a oe tremenet ar mil bloaz-ze. Honnes eo ar resurrection genta ! (6) Eürus ha santel an hini hen deuz lod er resurrection genta ! An eil maro n’hen deuz ket a c’halloud varnezhe ; mes beza e vezint beleien da Zoue ha d’ar C’hrist, hag e renint ganthan e-pad mil bloaz.
(7) Ha pa vezo tremenet ar mil bloaz-ze, Satan a vezo leusket euz he brizon. (8) Hag e teui er meaz evit trompla an nationou a zo e pevar c’horn an douar, Gog ha Magog, hag ho dastumo assambles evit ar gombat ; hag an niver anezhe a zo evel an treaz euz ar mor. (9) Hag e savjont var c’horre an douar, hag en em lakejont tro-var-dro da dachen ar zent, ha d’ar gear muia-karet ; mes eun tan a ziskennaz euz an env a-berz Doue hag ho devaz. (10) Hag an diaoul, pehini a dromple anezhe, a oe taolet el lenn a dan hag a soufr, en pe leac’h ema al loen hag ar fals-profet ; hag e vezint tourmantet noz-deiz, da virviken.
(11) Neuze e veliz eun tron braz ha gwenn, hag an hini a oa azezet varnezhan. An douar hag an env a dec’haz a-zirag he faç, he ne oe mui kavet ho flas. (12) Gwelet a riz ive ar re varo, bihan ha braz, en ho za dirag Doue ; hag al levriou a oe digoret. Digoret a oe ive eul levr all, an hini a zo al levr a vuez. Hag ar re varo a oe barnet hervez ho oberou, diouz an traou a oa scrivet el levriou. (13) Hag ar mor a rentaz ar re varo a oa enhan ; ar maro hag an ifern a rentaz ive ar re varo a oa enhe, ha pep hini a oe barnet hervez he oberou. (14) Hag ar maro hag an ifern a oe taolet el lenn a dan : hennes eo an eil maro. (15) Ha piou-benag na oe ket kavet scrivet el levr a vuez, a oe taolet el lenn a dan.
OUDE-ZE e veliz eun
env nevez hag eun
douar nevez ; rag an env
kenta hag an douar kenta a
oa tremenet, hag ar mor ne
oa mui. (2) Ha me, Ian, a velaz
ar gear zantel, ar Jerusalem
nevez, o tisken euz an env
a-gichen Doue, kempennet
evel eur vreg-yaouank evit
he fried. (3) Hag e kleviz eur
vouez vraz euz an env, hag
a lavare ; Setu tabernacl
Doue gant an dud, hag hen a
rai he zemeurans ganthe ; int
a vezo he bobl, ha Doue he-unan a vezo ganthe, hen a vezo ho Doue. (4) Ha Doue a
zec’ho an holl daelou euz ho
daou-lagad, hag ar maro na
vezo mui. Na vezo mui na
kaon, na garm, na poan ; rag
an traou kenta a zo tremenet.
(5) Hag an hini a oa azezet var
an tron a lavaraz : Setu, ober
a ran nevez an holl draou.
Neuze e lavaraz d’in : Scriv ;
rag ar c’homzou-man a zo
gwirion ha sur. (6) Lavaret a
reaz d’in ive : Achu eo pep tra ; me eo an Alpha hag an
Omega, ar c’hommansamant
hag ar fin. D’an hini hen
deuz sec’hed e roin en gratis
euz a feunteun an dour a vuez.
(7) An hini a drec’ho, a herito
pep tra ; ha me a vezo he
Zoue, hag hen a vezo va mab.
(8) Mes, evit ar re aounic, ar re
difeiz, ar re abominabl, ar
muntrerien, an dud lubric,
an ampoezonerien, an idolatred, hag an holl c’haouiaded, ho lod a zo el lenn
ardant a dan hag a soufr ;
he-man eo an eil maro.
(9) Neuze e teuaz d’am c’havout unan euz ar seiz eal ho doa bet ar seiz scudel leun gant ar seiz gouli diveza, hag e komzaz ouzin, en eur lavaret : Deuz, ha me a ziskouezo d’id ar vreg yaouank, greg an Oan. (10) Hag e tougaz ac’hanoun en spered var eur menez braz hag huel, hag e tiskouezaz d’in ar gear vraz, ar Jerusalem zantel, o tisken euz an env a-berz Doue, ha gloar Doue ganthi. (11) Skedus e oa evel eur mean precius meurbed, evel eur mean jasp, sclear evel cristal. (12) Beza he doa eur voger vraz hag huel, gant daouzec dor, hag e-tal an daouzec dor daouzec eal hag hanoiou scrivet varnezhe, pere eo hanoiou an daouzec tribu euz a vugale Israel. (13) Var-zu ar Sav-heol, teir dor ; var-zu an Hanter-noz, teir dor ; var-zu ar C’hreisteiz, teir dor ; var-zu ar C’huz-heol, teir dor. (14) Moger ar gear he doa daouzec fondation, var bere hanoiou daouzec abostol an Oan. (15) Hag an hini a gomze ouzin hen doa eur gorzen aour evit muzuri ar gear, hag he dorojou, hag he moger. (16) Ar gear he doa pevar c’horn, ha keit e oa he hed hag he lec’hed ; hag hen a vuzuraz ar gear gant he gorzen, daouzec mil stad a bep costez ; he hed, he lec’hed hag he huelded a oa keit ha keit. (17) Muzuri a reaz ive ar voger, pevar ilinad ha seiz ugent, diouz mezur eun den, pihini a oa hini an eal. (18) Ar voger a oa great gant mein jasp, mes ar gear a oa aour pur, henvel ouz gwer pur. (19) Ha fondationou moger ar gear a oa ornet gant a bep seurt mein precius. Ar c’henta fondation a oa euz a jasp ; an eil, euz a zaphir ; an trede, euz a galsedoin ; (20) ar pevare a emeraud ; ar bempved, euz a zardonix ; ar c’houec’hved, euz a zardius ; ar seizved, euz a grysolith ; an eizved, euz a beryl ; an naoved, euz a dopaz ; an decved, euz a ghrysopraz ; an unecved, euz a hyacinth ; hag an daouzecved, euz a amethyst. (21) An daouzec dor a oa daouzec perlezen ; pep dor a oa great gant eur berlezen hep-ken, hag ar blasen euz ar gear a oa euz a aour pur henvel ouz gwer pur. (22) Ne veliz templ e-bed enhi ; rag an Aotrou Doue holl-c’halloudec hag an Oan eo an templ anezhi. (23) Hag ar gear n’he deuz ket a ezom euz an heol, nag euz al loar evit he sclerijenna ; rag gloar Doue a sclerijen anezhi, hag an Oan eo he goulou. (24) Hag an nationou a vezo bet salvet, a valeo diouz he goulou, ha rouane an douar a gasso enhi ho gloar hag ho henor. (25) He dorojou na vezint ket serret bemdez, rag eno ne vezo noz e-bed. (26) Digasset e vezo di gloar hag henor an nationou. (27) Ha na antreo ebarz netra a impur, na den hag en em ro d’an traou abominabl ha d’ar gevier ; mes ar re-ze hep-ken pere a zo scrivet el levr a vuez euz an Oan.
OUDE-ZE, an eal a ziskouezaz d’in eur rivier a
zour beo, sclear evel cristal,
hag a zeue er meaz euz a
dron Doue hag an Oan.
(2) Hag e-kreiz plasen ar gear, hag en daou du euz ar
rivier, e oa eur vezen a vuez
hag a zouge daouzec frouezen,
hag a roe he frouez bep mis :
ha deliou ar vezen a oa evit
iac’haad ar Jentiled. (3) Na
vezo malloz e-bed ken ; ha
tron Doue hag an Oan a
vezo enhi, hag he zervicherien a zervicho anezhan.
(4) Gwelet a raint he faç, hag
he hano a vezo var ho zal.
(5) Ne vezo mui noz e-bed, ha
n’ho devezo ket ezom a c’houlou, nag a sclerijen an heol,
rag an Aotrou Doue a sclerijenno anezhe ; hag e renint
da viken.
(6) Goude-ze e lavaraz d’in : Ar c’homzou-man a zo sur ha gwirion, hag an Aotrou, Doue ar brofeted santel, hen deuz digasset he eal, evit discleria d’he zervicherien an traou a dle c’hoarvezoud hep-dale. (7) Setu, e teuan dizale ; eürus an hini a vir komzou profesi al levr-man !
(8) Ha me, Ian, eo an hini hen deuz gwelet ha klevet an traou-ze. Ha goude beza ho c’hlevet ha gwelet, en em daoliz ouz treid an eal ho diskoueze d’in, evit hen adori (9) Mes hen a lavaraz d’in ; Diwall da ober kement-se ; rag me a zo ken-servicher ganez, ha gant da vreudeur ar brofeted, ha gant ar re a vir komzou al levr-man. Ador Doue.
(10) Lavaret a reaz ive d’in : Ne laka ket dindan ziel ar c’homzou a brofesi euz al levr-man ; rag an amzer a zo tost. (11) An hini a zo injust, ra vezo injust c’hoas ; an hini a zo souillet ra zeui da veza muioc’h souillet c’hoas ; hag an hini a zo just ra zeui da veza justoc’h c’hoas ; hag an hini a zo santel ra zeui d’en em zantifia c’hoas muioc’h. (12) Hogen, setu, e teuan dizale, ha va gobr a zo ganen evit renta da bep hini hervez ma vezo bet he oberou. (13) Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’henta hag ar diveza, ar c’hommansamant hag ar fin. (14) Eürus ar re a zalc’h he c’hourc’hemenou, evit m’ho devezo lod euz ar vezen a vuez, ha ma c’hellint mond ebarz ar gear dre an norojou ! (15) Mes en diaveaz e vezo an dud impudic, an ampoezonerien, ar re lubric, ar muntrerien, an idolatred, ha kement hini a gar hag a ra ar gaou.
(16) Me, Jesus, em euz kasset va eal, evit renta deoc’h testeni euz an traou-man en Ilizou. Me eo grizien ha lignez David, ar stereden lugernus euz ar mintin.
(17) Ar Spered hag ar Pried a lavar : Deuz. Hag an hini a glev, lavaro ive : Deuz. Hag an hini hen deuz sec’hed, ra zeuio ; ha piou-benag a fell dezhan kaoud dour beo, recevo en gratis.
(18) Discleria a ran da gement hini a glev komzou ar brofesi euz al levr-man, penaos mar deu unan-benag da lakaad en-ban ger e-bed ouz-pen ar pez a zo scrivet, Doue a lakai da gweza varnezhan ar gouliou a zo scrivet el levr-man ; (19) ha mar deu unan-benag da lemmel euz a gomzou al levr a brofesi-man, Doue a lammo he lod euz al levr ar vuez, hag euz ar gear zantel, hag euz an traou a zo scrivet el levr-man.
(20) An hini a ro testeni euz an traou-man, a lavar : Ia, dond a ran, dizale. Amen ! Ia, deuz, Aotrou Jesus !
(21) Gras hon Aotrou Jesus-Christ ra vezo ganeoc’h holl ! Amen.