Marvailhou evit ar Vretoned/a-bezh

Moullerez Ar Bobl, 1914  (p. Golo-Taolenn)




KLAODA AR PRAT

“Pluenzir”

________________


Marvailhou


evit ar Vretoned


(PEVARE LEVR)



Da genta Doue,
Breiz-Izel goude
Hag he yez ive.



Skeudennou gant J. HAINAUT,
eus Skol-Veur an Ijinou-Kaër e Paris,
ha gant Loeiz AR GWENNEK,
Kannad an Ijinou-Kaër e Montroulez



KERAEZ
Moullërez Ar Bobl
1914






Lezit ganeomp hon c’hoz-giziou
Hon ilizou heg hon c’hroaziou,
Ha iez ar re gousk ’n o beziou ;

Hon c’hontadennou ’tal an tan
Goude al labour hag ar boan.
E pad ar goanv, a c’houde koan.

LUZEL.
(Bepred Breizad, p. 260)



KLAODA AR PRAT

“Pluenzir”

________________


Marvailhou


evit ar Vretoned


(PEVARE LEVR)



Da genta Doue,
Breiz-Izel goude
Hag he yez ive.



Skeudennou gant J. HAINAUT,
eus Skol-Veur an Ijinou-Kaër e Paris,
ha gant Loeiz AR GWENNEK,
Kannad an Ijinou-Kaër e Montroulez



KERAEZ
Moullërez Ar Bobl
1914


OBEROU KLAODA AR PRAT (pluenzir)
Mestr-Skol Kristen e Lanndivizio


————


1. 
Mouez Reier Plougastell, gwerziou ha soniou 
 0 95
3. 
Buez Arzur Breiz (Kurunet gant K. B .B .), darvoud e pemp arvest tennet eus istor Breiz 
 1 25
4. 
Nosveziou an Arvor (Eil Levr Marvailhou) 
 1 75
5. 
Trubuilhou an Ao. Gargam (Kurunet gant K. B.B .), pe Torrou-penn an deiz kenta ’r bloazpezig c’hoari 
 0 30
6. 
An Teir C’had hag ar Mevel laer, daou bez c’hoari eus ar fentusa 
 0 30
7. 
E ber gomzou, petra eo Trede Urz Sant Fransez 
 0 15
8. 
Deuit holl daved Sant Fransez, paperen, 4 ene ben, an 50 paperen 
 0 50
9. 
Kentoc’h mervel, darvoud e tri arvest, tennet eus istor an Dispac’h en hor bro Breiz (Kurunet gant K. B. B.) 
 0 50
13. 
Son Paotred Lanndi 
14. 
Rimadellou Brezonek (Trede Levr Marvailhou) 
 2 »»
15. 
Sonjezonou Devot, evit peb deizeus ar miz 
 1 25
16. 
Marvailhou evit ar Vretoned (Pevare Levr), gant skeudennou eleiz 
 2 »»


WAR AR STERN :


17. 
Difennour bihan ar Relijion, an doare da gas da netra an darn vrasa eus al lavarou treuz eneb ar relijion 
18. 
Levrig-dourn Breudeur ha C’hoarezed Trede-Urz Sant Fransez 






D’an Aotrounez enorus

Charlez Ar GOFFIC

hag

Anatol Ar BRAZ

o deuz skrivet traou ker brao

diwar-benn hor Mamm-Vro

Breiz-Izel !

Kinnig doujus hag anaoudek.


Klaoda ’r Prat

Landivizio, 15 a viz Du 1913.

D’AL LENNER


————


…Erruout a rejont (Ruth hag he mamm-gaer) eta o diou e Bethleem. Hogen an dra-ma a yoa e mare an eost, ha Ruth a zonjas mont da bennaoui evit kaout peadra da veva. Dourn Doue he c’hasas war douar Booz, eun den pinvidik bras hag a yoa kar da Elimeleg. Booz a deuas war an deiz da welet e zervicherien a yoa o tastum ed en e barkeier. O veza gwelet eno Ruth o pennaoui, hag o veza klevet gant pebeus karantez he devoa heuilhet he mamm-gaer, ez eas d’he c’haout hag e lavaras d’ezi : « Va merc’h, chomit e-kichen va flac’hed, hag it war o lerc’h e kement leac’h ma vezint oc’h endramm. P’ho pezo sec’hed, evit eus ar pod a zo ama evit va servicherien, ha da vare ar pred deuit da zibri asamblez ganto. » Booz a lavaras ive d’e zervicherien : « Pa viot oc’h endramm, lezit ama hag a-hont eur penn bennak goueza eus hoc’h herdin evit n’he devezo ket a vez oc’h o dastum… »

(Morvan, Histor an Testamant koz hag an Testamant nevez).

Ha me ive a zo bet o pennaoui… en eun douar drus e leac’h ma sav a bep amzer pennou ed eus ar re gaera. Endra m’edon o pennaoui ez eus deuet Boozed Breton d’am c’haout, hag o deus lavaret d’in krak ha berr : « Chomit dre ama, kutuillhit bleun brug eus a Vreiz, pe bleun lann, pe bleun balan, mes en han’ Doue, n’it ket da glask danvez estren… Troet ho peus e Brezoneg eun toullad brao a varvailhou ; dastumit anezo ; kemerit ive er Feiz ha Breiz koz eus an traou dudius-se a blijas kement gwechall d’ar re a zo bet en hon raok ; zoken, meur a hini eus ar re goz o gwelas gwechall eno, o devo plijadur oc’h o gwelet a-nevez klozet en eul levrig… »

Setu ar pez am eus grêt.

Kutuilhet em eus ama hag a-hont marvailhou gallek ha brezonek gant m’o devoa spered breizek.

Lavaret a ran em eus kutuilhet, ne lavarin ket ha ne lezin den da lavaret em eus peilhet. Kement am eus kemeret a zo bet aotreet d’in gant o ferc’hen. Ha p’eo gwir e kavan tro e livirin ez eo eur blijadur evidon trugarekât ama an aotronez abad Perrot, Job-Per Ar Braz, Fransiz Even, Simon (mouller e Roazon), ha Yann ar Floc’h, eus ar gwiriou o deus roet d’in. Mes, petra lavaran ? n’eo ket me hepken a drugarekao anezo ; me zo sur e savo an hevelep mouez anaoudek eus kalonou kement Breizad a lenno al levr nevez-ma.

Kea, Levrig nevez, douget war aezen ar balan, ar brug hag al lann, kea da lavaret d’ar paour kez Bretoned eus an ugentvet kantved a goms c’hoaz ar Brezoneg ez eo o yez din a bep doujans, a bep karantez, a bep enor. Lavar d’ezo ouspenn ez eus en hon amzer tud a bep renk, a bep stad, lod zoken er c’hargou uhella, o deus desket ar Brezoneg, a gar hag a goms ar Brezoneg ken alies gwech ma kavont tro d’hen ober, a zifen ar Brezoneg, hag a c’houlen evitan e Breiz ar frankiz a zo dleet d’ezan e pep leac’h.

Me va-unan, Aozer al levr-ma, am eus grêt betek-hen, a gav d’in, ar pez a c’hellen evit-se. Setu ama ali daou veleg, etouez kalz a reou-all, hag ali eur mignon mat eus Brest :

Mon cher ami,

Tous les amis de la Bretagne vous sauront gré de ne pas désespérer d’elle. Elle est bien menacée, hélas ! dans tout ce qu’elle avait de beau et de glorieux. Nos compatriotes n’ont plus de fierté nationale. Il y a cependant un mouvement nouveau de relèvement, et dans cette tentative admirable de renaissance vous avez une part absolument hors ligne.

Que le peuple se mette à suivre tous ces vaillants initiateurs, à les écouter, à les lire, et la Bretagne sera sauvée ! Peut-être nous serait-il très utile d’avoir des colporteurs. Les protestants en ont.

Je vous envoie la trop modique somme de dix fr., avec l’expression de mes voeux les plus ardents pour le succès de vos travaux. En tout cas Dieu vous en tiendra compte, et aussi, j’aime à le croire, la Bretagne de l’avenir.

Votre tout dévoué,
C. Guitterel, ch. hon.,
Curé de Gouarec, Diocèse de Saint-Brieuc.


. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


Va mignon ker,

…Ho levriou a vez lennet gant plijadur. Kalz a vad a rit dreizo…

Ho servicher,
Lichou,
Person Santec.


. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


Kear Vrest, ar 4 a viz Meurs 1913.
Aotrou Klaoda ’r Prat, va mignon ker,

Kemerit va hano evel rakprener ho "Pevare Levr Marvailhou". Mall bras am eus d’e gaout. Ar re-all a zo ken brao, hag o deus grêt kement a blijadur er goanv-man, er beilhadennou tro war dro, m’ema va mignoned o c’houlen diganen peur em bezo eun all da rei d’ezo da lenn.

Pemp tiegez o deuz grêt o levriou evelse diouz an noz. E Sant-Thonan em eus gwelet betek seitek den o selaou ho Marvailhou, er memes nosvez.

Pebez blager ! a lavare lod. — Setu aze eun distager ! a lavare an holl.


Buhan ’ta ar « pevare levr » !

…D’eoc’h a greiz kalon evit Breiz, gant va gwella gourc’hemennou.

Ywan Tillenon (Louzaouer).


. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


Gwella ’z eo m’am eus gret eur vad bennak gant va levriou. Ne glaskan ken !

Klaoda ’r PRAT
Mestr-skol kristen,
eus Akademi ar Brezoneg.


————


MAO KERGARREG
an hini en doa grêt marc’had gant an Diaoul


————

Selaouit holl mar oc’h eus c’hoant,
Hag e klevlet eur gaozig koant,
Ha n’ez eus enni netra c’haou,
’Met marteze eur ger pe zaou.

En amzeriou-ze, pell zo abaoue, ez oa eun aotrou pinvidik, ker pinvidik ma ne c’houie ket ar pegement eus e zanvez. Hogen, dre ren buez direol ne zaleas ket e stal da vont da stalig, hag en devoe dizale kement a zle hag en devoa bet a beadra. Ma sonjas, ’velkent, lakaat eun tammig urz en e aferou.

Eun dervez edo o sellet ous e liziri ferm, hag e welas ez oa eun den hanvet Mao Kergarreg en unan eus e zouarou ha ne baee morse netra ebet d’ezan : edo eno evel eur perc’hen en e dra. Kas a reas kemennadurez d’ar c’houer da zont d’e vaner.

Oc’h en em gaout dirak mogeriou ar c’hastel, setu ma wel Mao diou skeuden livet war an nor vras : a-gleiz, hini Satan goz, hag a-zeou hini hor Zalver Jezuz-Krist. Tenna reas e dok d’an diaoul hag e plegas e benn izel dirazan, en eur lavaret : « Da hema da genta ; n’eo ket kustum eus kement a enor, ha moarvad hen lakai da dalvezout d’in ; diskouez a rai anaoudegez vat en eur rei d’in eun taolig skoaz mac’h en em gavan dies, evel am eus aon e vin.

Eun tammig salud a reas ive d’hor Zalver, mes ken dichal ha ken difre !… Hag hen er c’hastel.

Digemeret fall e oe gant an Aotrou. Hema a gomzas uhel, a ziskouezas e baperou, hag a lavaras da Vao, e feac’h, e vije grêt foar war gement en doa ma n’en dije ket paeet kement a dlie abenn an eizvel dervez.

Mao a deuaz ac’hano en eur skrabat e benn. Ne c’hoarze ket, me lavar d’eoc’h, n’oa ket a beadra da ober ken nebeut. N’en doa gwenneg ebet ha ne c’houie petra da ober evit kaout. Ouspenn-ze, eun toullad tud en doa da vaga.

Saludi a reas adarre ar pez divalo a yoa livet war an nor ; ne reas van ebet avat ouz an hini a yoa en tu deou.

Dizale ec’h en em gavas gant eun aotrou bras, gwisket kran, douget gant eur pez marc’h du.

— Deiz mat deoc’h, va den, a lavaras an aotrou.

— Ha deoc’h, va Mestr, a lavaras ive dioc’htu ar c’houeriad.

— Gouzout a ran eus peleac’h e teuez, ha petra zo war da spered oc’h ober dies d’it. Bet out a-ze e ti an Aotrou, da Vestr. Lavaret en deus d’it e ranki paea d’ezan eun toullad mat a arc’hant en jeiz dez-ma, pe e lakaio foar war da arrebeuri ha da venviou labour ; hogen, n’ec’h eus tamm arc’hant ebet ha n’ouzout penaos en em gemeret evit kaout.

— Re wir eo an dra-ze, siouaz !

— Ac’hanta, me fell d’in rei skor d’it, abalamour m’out bet dereat em c’henver.

— Eun den madelezus oc’h ; hogen, me garfe gouzout gant piou em eus afer.

— Me eo an hini ac’h eus gwelet e skeuden du-ze war an nor, an hini ac’h eus tennet da dok d’ezan araok hen ober d’egile.

— Ya ! ya !… Hogen, aon am eus na deufac’h da c’houlen diganen eun dra bennak grevusoc’h eget an an dra-ze ; hervez ar pez a gonter, peurvuia e c’houlennit goasoc’h.

— Penaos ?… Penaos ? Tra ! rei evit kaout, n’eus netra lealloc’h, mechans ?… Paotr paour, gwel e pe stuz emaout ; petra deuio da dud da veza ?

— Mat, livirit d’in ’la neuze petra c’hoantait.

— Goulen a ran beza perc’hen war unan eus da vugale… Netra ken !

— Biken ne rin kement-se.

— Gwel ’ta paotr paour ! Setu aze ez peuz seiz krouadur. Bremaik abalamour d’an Aotrou-ze n’helli mui labourat evit gounit bara d’ezo. Petra ’teui da veza ganto ?

— N’eus fors ! Biken ne roin d’eoc’h hini eus va bugale !

En em gaout ar pez a garo !

— Evel a gari ; hast affo avat ; n’hellan ket chom da zale re ama, rak n’eo ket labour a vank d’in !

Mao a skrabas e benn hag a jomas eur pennadig da zonjal. Tremen a reas dre e spered meur a hini eus ar c’hontadennou en doa klevet ken alies er beilhadegou goude koan. Er c’hontadennou-ze Paol goz a veze tapet dalc’hmad en e lasou. Hag e lavare outan e-unan : « Deomp atao, me ive a ouezo tenna eun dreufleuzen da hennez, pa vezo deut ar mare. »

— Setu ama petra ’m eus sonjet, a lavaras Mao : Mar fellfe d’eoc’h kemeret ac’hanon, el leac’h kemeret va bugale, me a zo dare da ober marc’had ganeoc’h ?

— Gwelomp ’ta da varc’had, rag goude tout, n’eus fors d’in pe te da-unan pe da vugale da gaout.

— Ac’hanta, goulen a ran epad tregont vloaz adalek hizio, kaout bep mintin pa zavin mil skoed en aour en archedig koat dero am eus du-ze e kichen va gwele.

— Hag az pezo hervez da c’houlen : bep mintin pa zavi, epad tregont vloaz, e kavi mil skoed en aour en archedig koat dero a zo en da gambr e kichen da wele, ha d’an termen-ze e teui ganen d’al leac’h ma fello d’in kas ac’hanout.

— Ya, arabat avat e vankfe netra d’ar mil skoed a dlean kaout bep mintin, rag d’an deiz ma vanko eul liard bennak e vezo torret ar marc’had, evel just.

— Eun dra c’hreat eo. Ha brema e skrivi gant da c’hoad, da hano war ar paper-ma pourchaset ganen araok dont d’az kaout.

Hag e tiskouezas d’ezan ar paper el leac’h en doa skrivet ar marc’had.

— Ne n’ouzoun ket skriva, a lavaras Mao, nemet lakaat eur groaz a rafen eleac’h va hano ?

— N’em beus ket ezom a groaziou. Gra eur c’helc’hig aze, a-walc’h e vezo an dra-ze.

Ar beacher a ziskennas diwar e varc’h. Gant beg lemm laonen eur gontel vihan e lakaas eur bizen-c’hoad da darza war breac’h Mao, hag e lavaras oc’h asten d’ezan ar paper :

— Sell, gra eur c’helc’hig aze warlerc’h ar skritur.

Mao a reas ar c’helc’hig, hag egile a blegas ar paper d’e c’horren en e c’hodel.

Goude e savas adarre war e varc’h hag e lavaras :

— Abenn tregont vloaz, deiz evit deiz, te en em gavo ama adarre ; diouall avat da vankout, rak me a gavo ac’hanout n’eus fors e peleac’h e c’hellfes beza.

War gement-se, an Aotrou a yeas gant e hent.

Ha Mao a zistroas d’ar gear laouen bras.

— Mil skoed bemdez, a lavare hen, epad tregont vloaz ! Ne vezo den ker pinvidik ha me er vro a-bez. D’am zro me c’hello c’hoarzin goap d’am mestr ; egile avat, Guilhou goz, — hen eo, n’em eus douetans ebet war gement-se, — en eur zonjal mat, a-benn tregont vloaz ama me ’m bezo kavet eun dreuflezen bennak da c’hoari d’ezan evit kaout peoc’h digantan.

Epad ma tiruilhe ar zonjou-ze dre e benn, e valee skanv hag e tigouezas gantan hep dale eur marc’heg-all savet war eur marc’h gwenn. An Aotrou-ma a yoa henvel a-walc’h oc’h ar skeuden livet en tu deou d’an nor er c’hastel.

Ar marc’heg a jomas a-zav hag a gomzas outan evel-hen gant eur vadelez dispar.

— Deiz mat d’eoc’h, den.

— Deiz mat d’eoc’h ive, va Aotrou a respontas Mao.

Gouzout a ran ec’h en em gavit nec’het, ha setu e teuan da ginnig skoazel d’eoc’h. Er pemzek deiz-ma e tleit paea eun toullad mat a arc’hant d’hoc’h Aotrou, n’hoc’h eus ket a beadra, ha kalz tud ho peus da vaga.

— Fazia rit avat ; n’em beus ezom sikour digant den ebet ; em zi du-ze em beus kalz muioc’h a arc’hant eget n’am bezo da gas d’am mestr. Bennoz d’eoc’h koulskoude evit ho kalon vat.

War gement-se peb-hini eus an daou zen a gendalc’has gant e hent.

Pa zigouezas er gear, kenta tra reas Mao oa sevel d’e gambr gant e wreg.

Dirazi e tigoras ar vouest koat dero hag e chomas digor he genou da zellet ouz ar bern aour a yoa dirazi.

— Jezuz, va Doue ! emezi, eus peleac’h e teu d’eomp-ni kement-all a aour ?

— Arabat eo d’it sponta, a lavaras Mao ; me a c’hoar eus peleac’h e teu… An dra-ze a zell ouzin-me…

— Evel en doa lavaret Guilhou goz, Mao a gavas bemdeiz, bep mintin, e vil skoed en e arched. E nebeut amzer e teuas da veza pinvidik-mor ; paea reas e zle d’an Aotrou ; prena reas zoken e gastel, ha di ez eas da jom gant e dud.

Den na c’helle komprenn penaos e c’hellas Mao dont da veza ker pinvidik e ken nebeut-all a amzer. Mao a rank beza lakeat an dourn war eun tenzor, a lavare an darn vuia eus an dud, n’eo ket posubl a hend-all…

Unan bennak evelato a gomzas a vouez izel eus ar zorserien, a en em glev gant an diaoul ; hogen, kaer a oe spia, mont war roudou Mao, den na c’hellas dont a-benn da welet e veze oc’h henti paotred ar zabad nag ar zorserien. Den na gomprene netra.

Mao a zavas mad e seiz krouadur. Kaset e oent d’ar skoliou bras, el leac’h e rejônt studiou kaer.

Unan anezo a deuas da veza arc’heskob.
Unan-all, eskob.
Eun trede, vikel vras.
Ar pevare, person en e barrez.
Ar pemped, kure.
Unan a oe ermid en eur c’hoad.

Ar seizvet a yoa eat da laer. Ken brudet oa e daoliou kaer zoken, ma oe lakeat da vestr war ar re-all. Mont a rea da beilha ar veajourien war an hentchou bras, da beilha ar c’hestel hag ar c’houenchou. Deuet oa da veza spount an holl dre ar c’harter. Deuet oa da veza glac’har e dad, e vamm hag e vreudeur.

Hogen, eun termen a zo da bep tra er bed-ma, hag an tregont vloaz roet gant Guilhou goz da Vao Kergarreg a yoa o vont da echui. Ar paour kez den a deu da veza tenvalloc’h tenvalla e benn. War zantelez e vugale, nemet unan, e fizie kalz evit kaout skoazel er stourmad ez ea da gaout.

Mont a reas da govez gant an hini anezo a yoa person ar barrez. D’ezan e tibunas ar guden penn-da-benn. Ar beleg a skrijas gont heuz o klevet traou ker grevus. N’en doa ket, emezan, galloud da absolvi eur pec’hed ker bras. Hag e kasas ar pec’her d’e vreur eskob. Heman a lavaras ar memes tra, hag a gasas Mao da gaout an arc’heskob, hag heman e gasas d’an ermid, d’ar c’hoad.

An ermid a yoa eun den meurbed santel a dremene e holl amzer o pedi hag oc’h ober pinijen. Ne wele den ha n’en doa ken kompagnunez nemet loened ar c’hoad ; d’ar re-ma avat ez oa mignon bras, hag an eil a rente servich d’egile.

E eal mat a deue bemdez d’e welet ha da goms gantan evel gant eur mignon.

An ermid a yoa daoulinet war dreujou e zor, e zaoulagad savet en nenvou, pa zigouezas Mao. Gedal a reas ma vije echu e beden gant ar manac’h, ha neuze e roas d’ezan da lenn al lizer en doa skrivet an eskob d’ezan. El lizer-ze e lavare freas e pe stad heuzus edo o zad. An ermid a lennas al lizer, hag a lavaras, an daelou leun e zaoulagad :

— Siouaz ! tad kez ! ken grevus eo ho pec’hed ma n’hellan, ken nebeut na va breudeur, ober netra evidoc’h. Mes mar kirit chom ganen ama da dremen an noz, me a bedo evidoc’h ha warc’hoaz marteze em bezo eun ali mat da rei d’eoc’h.

E kreiz an noz, endra m’edo an tad kousket mat o tiskuiza e izili, an eal a deuas evel kustum d’en em ziskouez d’an ermid, ha setu ama petra lavaras :

— Galloud ebet war an douar n’hell terri ar marc’had en deus sinet ho tad gant e c’hoad. Mes pedi rin evitan an Intron-Varia, ha warc’hoaz me a zigaso respont d’eoc’h.

War gement-se an eal a zistroas d’an nenv, hag an ermid a gendalc’has da bedi betek an deiz.

— Ac’hanta va mab ? a lavaras an tad o tihuni.

— Ac’hanta, va zad, bet eo evel kustum va eal mat o welet ac’hanon ; komzet am eus gantan diwar ho penn. Lavaret en deus d’in e pedje an Intron-Varia, hag houma d’he zro a bedo he Mab Doue. En noz a zeu e tigaso respont d’in. Chomit eta ganen ac’hann da warc’hoaz vintin, hag e tramenimp an deiz-me o pedi hag o ouela d’ho torfed.

Pignet d’an nenvou, an eal a yeas da zaoulina ehars treide Vestrez, ar Werc’hez Vari, d’he fedi da c’houlen trugarez da dad an ermid. Ar Werc’hez madelezus he devoe truez ouz Mao, hag a yeas da bedi he Mab evitan.

— Kergarreg ?… C’houi n’ouzoc’h ket, va mamm, en deus ar reuzeudig-se tennet e dok da genta da skeuden va enebour livet war dor porz an Aotrou… C’houi n’ouzoc’h ket, va mamm, em beus kinniget sikour d’ezan da stourm ouz Lusifer edo o nevez gwerza d’ezan e ene evit aour, dre eur marc’had sinet gant e c’hoad. Ar marc’had-ze a zo brema en ifern. P’eo gwir, koulskoude, va mamm, e pedit ac’hanon evitan, n’hen dilezin ket, ha p’eo gwir eo ker santele vugale, nemet ar yaouanka, eo leal d’in ober c’hoaz eun dra bennak evitan. Hogen, a-raok kaout e bardon diganen-me e ranko monte-unan ez veo da gerc’hat en ifern ar paper-marc’had a zo talvezet d’ezan d’en em werza da Zatan evit aour.

N’eo ket eur veaj eas da ober ; red eo kaout kalz nerz-kalon evit se ; hogen, gant ar skoazel a roin d’ezan e c’hello dont abenn eus e daol.

Setu ama eur wialen wenn da gas d’ar paour kez Mao Kergarrek. Mar en deus fizians ennon e c’hello ganti en em zifen ouz holl diaoulou an ifern ha lakaat Satan goz e-unan da restaol d’ezan ar paper sinet gant e c’hoad. Red eo d’ezan avat beza bet oc’h ober e dro a-raok ma vezo bet peur-glozet an tregont vloaz, rak goude-ze e vije re zivezat, ha Satan en divije leac’h da lakaat seveni penn-da-benn ar pez a zo er marc’had.

Ar Werc’hez a drugarekaas he Mab Doue ; kemeret a eure ar wialen wenn da rei d’an eal, hag hema a oe mall gantan mont d’he c’has d’an ermid ha da zisplega d’ezan kement a yoa d’a ober.

Pa oa eat an eal kuit, an ermid a gomzas evel-hen ouz e dad :

— Bez’ e c’hellit kaout eun tamm fizians c’hoaz, va zad, abalamour da bedennou va eal mat hag ar Werc’hez ; an Doue, leun a vadelez hag a drugarez evit ar paour kez pec’her a ziskouez keuz, a blij gantan sellet a druez ouzoc’h ha rei dourn d’eoc’h d’en em denna a dre skilfou Satan. Hogen, red e vezo d’eoc’h avat kaout nerz-kalon, rak risklou bras a gavot war hoc’h hent.

— Riskl ebet, va mab, na vezo en tu-all d’am nerz-kalon.

— Setu eta, va zad, ar pez ho pezo da ober : red e vezo d’eoc’h mont d’an ifern ez veo, da ziframma eus daouarn Satan ar skrid milliget ho peus sinet gant ho koad. Hag eo red d’eoc’h mont a-raok ma vo echu an tregont vloaz, da lavaret eo en tri dervez-ma !

— Mont d’an ifern !… Morse ne zistroas den ac’hano ha koulskoude eur fisians leun am eus e komzou Jezuz, p’eo gwir e c’hourc’hemenn d’in dre ho kinou. Mont a rin da welet.

— Setu ama eur wialen wenn en deus digaset va eal mat evidoc’h ; ganti e c’hellot dont a-benn eus ho taol ; ganti e c’hellot mont a-dreuz armeou an diaoulou ha tenna ar paper eus daouarn Satan.

— Mes penaos mont d’an Ifern a-raok beza maro ? Ha piou a ziskouezo d’in an hent ?

— Mar ez eus unan bennak war an douar hag a anavez hent an ifern, eo va breur laer, a-dra-zur ; eat eo doun en hent-se, me gred, red e vezo d’eoc’h eta mont d’e glask d’ar c’hoad el leac’h m’ema o chom gant e gensorted. Mont a ran da skriva d’eoc’h eul lizer da rei d’ezan.

Hag an ermid a skrivas eul lizer, hen roas d’e dad gant e vennoz, hag ar c’hez koz a yaas en hent.

Noz oa dija pa erruas war harzou ar c’hoad el leac’h edo al laeron. Daou zen a zilammas eus ar c’harz da gregi en e chouk, hag o veza lakeat diou bistolen d’ezan dindan e fri a hopas :

— Ar yalc’h pe ar vuez !…

Diskouez a reas e lizer, hag e c’houlennas gwelet ar Mestr. Kas a rejont anezan dre ar c’hoad betek eun toull hag a yea doun doun dindan an douar. Mont a rejont ebars, ha dizale e figouesjont dirak ar Mestr bras. Mao a astennas an dourn da rei al lizer d’e vab. Goude beza e lennet, hema a lavaras :

— Penaos, c’houi eo, va zad ? Hag e pe stad !…

Hag o lavaret kement-se e trueze war ar paour kez koz.

… Gwelet a ran eo mall d’eomp en em jacha ; mont a ran va-unan d’ho lakaat war an hent eun ho kaso betek penn.

Kas a reas e dad da benn pella ar c’hoad, d’eur volz a yoa kleuzet en douar, hag e lavaras :

— Aze eo ! It er c’hao-ze ; baleit eün dirazoc’h, daoust d’an denvalijen. En em gaout a reot evel-se en eur blenen el leac’h ma kavot eur c’hastel koz, du pod, ha kelc’het gant mogeriou uhel. N’ho pezo ken nemet skei war dor houarn ar c’hastel-ze hag e vezo digoret d’eoc’h. Ha p’eo gwir ez it araozoun-me — rak mont a dlean di ive eun dervez, — goulennit ’ta gwelet al leac’h a zo miret d’in er gear-ze, ha mar teuit en dro — poan am eus o kredi — c’houi a deuio da zigas kelou d’in.

Ha war gement-se, al laer a deuas war e giz, leun e galon a druez, ar pez a rea d’ezan beza souezet. E dad a yeas dre an hent tenval.

Bale a reas pell pell amzer, ar wialen wenn en e zourn, lugernus a-walc’h evit diskouez d’ezan e hent. En em gaout a reas er blenen el leac’h edo ar c’hastel. Skoi a reas war an nor houarn.

Eur prenestrig a zigoras en nor vras, hag e oe gwelet eur penn heuzus kerniel warnan. Heman a c’houlennas :

— Piou a zo aze ?

— Mao Kergarreg ! a lavaras an hini a yoa o tigouezout.

— Mao Kergarreg ! Ya, aze ema ho kador ouz ho kortoz, e-kichen hini ho mab, mestr al laeron. Kredi reamp ho pije gedet ac’han da varc’hoaz.

— It da lavaret d’ho mestr em eus ezom da gomz outan.

Ar porzier a yeas raktal da gemenn da Zatan oa goulen d’ezan e-tal an nor, ha Satan a deuas kerkent.

— Penaos ’ta, va mignoun Mao, te eo a zo aze, ken abred-se ? N’edon ket war c’hed ac’hanout ac’han da varc’hoaz ; mes p’eo gwir out deuet, deus ebars, ha ra vezi deuet mat !

Ar porzier a zigoras an nor, ha Mao a yeas en ifern.

— Lakit anezan war e gador, a lavaras Satan.

Pevar diaoul a dosteas da gregi e Mao. Hogen, a-walc’h e oe d’ezan steki outo e wialen wenn evit ober d’ezo mont war o c’hiz buhan ha buhan o leuskel blejadennou spontus. Pevar-all a deuas war e dro, kaset gant Satan ; hogen, kerkent ha ma oe stoket outo ar wialen wenn ez ejont ive war o c’hiz oc’h ober kement a ardou ha pa vije kroget an tan en o bouzellou.

— Petra c’hoarvez gant ar re-ma ? a lavaras Satan ; ha setu hen e-unan da dostaat evit lakaat e grabanou war Mao. Santout a reas ive ar wialen, ha kerkent e tec’has oc’h eonenni gant ar gounnar.

— Er meaz !… Er meaz ! eme an diaoulou a bep tu ; er meaz ! an hini a zo deuet ama a-raok e boent ! E rank beza eur relegou santel bennak gantan !…

Den avad na grede mui tostat outan.

Chom a rea eno e kreiz an dachen, dispont kaer.

— N’ez in ac’halen, emezan, nemet pa ’m bezo bet digant Satan ar paper em eus sinet gant va goad !

— Ne ’z pezo ket anezan ! Kers kuit buhan, ha varc’hoaz e tizroi, da vat neuze, evit chom atao.

— N’in ket ac’halen a lavaran d’it, ken em bezo bet va faper, pe da ler a zamanto.

— Ne ’z pezo ket : kers, ki !

Ha Mao gant e wialen o skei a-gleiz hag a-zeou war an diaoulou ha traou-all a yoa da dosta d’ezan.

An drouk-sperejou a youc’he :

— A-walc’h ! a-walc’h ! roit d’ezan e baper, ha ra ’z ai prim ac’halen !

Satan a daolas e baper-marc’had da Vao, en eur lavaret :

— Dal, setu aze da baper, kers alese prim… Dizrei a ri, ha neuze e kousto d’it.

Mao a gemeras e baper, hen lakaas en e c’hodel ; edo o vont da lavaret kenavo d’al leac’h milliget pa deuas sonj d’ezan eus goulen e vab laer, da lavaret eo teuler eur zell war ar c’hougn a viret d’ezan en ifern.

— A-raok mont kuit, emezan, me fell d’in gwelet c’hoaz al leac’h a virit d’in ha d’am mab fall.

An Diaoul-Kamm a ziskouezas d’ezan diou gador houarn e kreiz an tan, o diou tomm betek beza gwenn. Hag e lavaras :

— Sell, aze emaint !

Mao a skrijas gant heuz, hag a jachas buhan gantan e c’haravellou, gant ar paper klozet mat en e c’hodel.

Dizrei a eure da gaout e vab laer da rei d’ezan kelou eus an ifern.

— Ac’hanta, va zad, emezan pa her gwelas, gellet ho peus eta dont a-benn eus ho taol, pa ho kwelan dirak va daoulagad ?

— Ya, va mab, deuet oun a enn, dre c’hras Doue hag ar Werc’hez santel, dre c’hras ar vialen wenn ive roet d’in gant ho preur. Skoazellet he deus ac’hanon.

— Hag oc’h ket en ifern ? Ar paper-marc’had a zo ganeoc’h ? — Bet oun en ifern, ha setu ama ar paper-marc’had sinet gant va goad !

Hag e tiskouezas d’ezan ar paper.

— Ha goulennet hoc’h eus ive gwelet ar plas a virer d’in du-ze ?

— Ya, va mab, her gwelet am eus.

— Ac’hanta, va zad ?

— A paotr paour !… Eur gador houarn tommet betek ar gwenn, e kreiz eul lennad tan, setu petra eo da blas en ifern tostik-tost d’ezan ema va hini ; spountet oun c’hoaz pa zonjan er pez am eus gwelet.

— Setu c’houi ’ta, va zad, deuet eus tre skilfou Satan hag er meaz a riskl hiviziken ; mes, me ?… Epad ma ’z oc’h bet oc’h ober ho tro du-ze em eus great eur zell war va doare ; kaset em eus da vale diwar va zro an holl ganfarted fall eveldon a rea an droug ganen ; bet oun o kovez gant person ar barrez tosta hag en deus lavaret d’in n’ez eus pec’hed ebet ha n’hellfe ket kaout pardon digant Doue, ez eo bras evel ar mor trugarez an aotrou Doue, hag e c’hellen c’hoaz o kaout keuz d’am fec’hejou hag oc’h ober pinijen galet evito beza pardonet ha salvet. Kredi a ran kement-se, p’eo gwir hoc’h bet pardonet c’houi, ha fizianz am eus e madelez Doue. Ne gilin dirak pinijen ebet, daoust pegen kalet bennak e c’hellfe beza.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Ne zalein ket da gonta d’eoc’h ar pinijennou spontus a reas al laer bras a-c’houdevez poulzet gant gras Doue evit miret da goueza en ifern el leac’h a yoa dija en e hano ; mervel a reas lazet gant e binijennou. Hag evel ne c’houiet ket e pe stad edo e ene, an tad a reas ar pez a yoa merket en testamant en doa roet d’ezan e vab abaoue m’oa en em roet d’ar binijen.

Lavaret en doa : Da hanter-noz, oc’h sklerijen al loar c’houi a lakaio va arched a-dreuz war voger ar vered, en hevelep doare na skoio ket muioc’h en diabarz eget en diaveaz ; goude-ze c’houi en em denno er porched evit gwelet petra dremeno. Gwelet a reot dizale eur goulm hag eur vran o tont unan eus tu ar sav-heol eben eus tu ar c’huz-heol. En em ganna raint war va arched. en em beilha zoken betek ar goad. Ar vran a boanio da lakaat an arched da goueza er meaz eus ar vered ; ar goulm, eus he zu, a glasko hen lakaat da goueza ebarz. Ma vez treac’h ar vran, me a vezo kollet da viken ; mes ma chom an treac’h gant ar goulmig wenn, kement-se a ziskouezo d’eoc’h oun salvet, rak kerkent va ene a nijo d’ar Baradoz, el leac’h ma teuot d’am c’haout.

Da hanter-noz eta ez eas Mao da lakaat arched e vab a-dreuz war voger ar vered, hag ec’h en em guzas er porched. Prestik goude e welas o tont, pep hini eus hê zu, eur goulm hag eur vran. Ar vran da genta, a yeas evel dre ruzou penn-da-benn an arched, hag a reaz d’ezan kostezia kalz en diavez gant eun taol askel nerzus. Ar goulmig wenn a reas memez tra d’he zro, ha gant eun taol askel a lakaas kompez an arched. Gant eun eil taol askel ar vran a oe darbet d’ezi ober d’ezan koueza er meaz ; mes ar goulmig a reas kaeroc’h : ober a reas d’an arched kostezia war an diabarz. Ar brezel a badas evel-se epad tost d’eun hanter-heur, an treac’h gwech gant unan, gwech gant eben. Mao a grene gant an enkrez en e borched… An treac’h diveza a jomas gant ar goulmig wenn : an arched a gouezas er vered, hag en eur goueza e tigoras, hag e teuas anezan eun eil koulmig wenn hag a yeas da gaout an hini he doa stourmet ken kalonek oc’h ar vran zu. O welet kement-se, Mao a varvas gant e levenez, war an heur, hag el leac’h diou goulmig e oe gwelet teir o sevel d’an nenv.

An teir goulmig-se oa eneou neteat an tad, ar mab hag ar vamm. Doue en doa aotreet d’ezi dont er stum-ze da rei skoazel d’he mab.


Skrivet e galleg gant Luzel.


————


BOTEZIG VOULOUZ AN AOTROU SANT-PER


————


Boud ! Boud ! Boud !… Boû…d ! ! ! [1].

Piou en deus ezom eur votezig voulouz rus tan ifern gant eur boukl arc’hant ?… Piou a breno botezig an aotrou S. Per ? Ema o vont da veza lekeat en gwerz, o ! marc’had mat, bezit dinec’h !…

Evel-se e youc’he ar pez diaoul a zo karget gant Lusifer goz da ober an embannou en ifern. Hag ez ea, hag e c’houeze en e gorn-boud. Diredet a rea eur bern diaoulou d’e zelaou, diaoulou bras, diaoulou Krenn, ha diaoulou bihan, hag e choment digor frank o ginou da zellet ouz an embanner ha da glevet ar pez a yoa a nevez.

Hag e tiredent, a bell, o kredi gwelet eun dra gaer bennak, pa ’z int ker kustum da welet loustoniou, o kredi kaout da c’houesat eun dra bennak hag a raje vad d’o c’halon, p’ema bepred o fri er fank ; pe marteze e kreden edod o vont da lakaat da zina eun emglev madelezus, pa na reont ha ne raint morse nemet droug ha dougen d’an droug.

Mes, petra rea d’an difeson-ze kaout kement a hast d’en em zizober eus eur votezig kaer dudius da welet, laeret gantan e hars dor ar baradoz ? Perak kemeret anezi ma ne blije ket d’ezan ? C’hoant en doa bet da c’hoari eun dro zivalo d’an Aotrou Sant-Per, ha padal hen e-unan eo a oe tapet ar muia. Setu ama penaos.

Netra ken nemet beza krog er votez benniget hen lakea da skrijal ha da yudal, hen deve gwasoc’h eget glaou rus an ifern, hag ar pez a rea muia poan d’ezan, moarvat, eo ar red-korf iskiz hag ar boan gov diremet a yoa kroget ennan abaoue m’en doa great al laeronsi. Ya, kaer en doa starda war e vouzellou, kaer en doa en em zifreta, merzer oa ken na venne lammet e avu eus e greiz gant e ivinou.

Mar deo gwir er bed-ma lavar ar re goz :

Bleud an diaoul a ya atao da vrenn, er bed-all, en ifern dreist-oll, eo gwiroc’h c’hoaz. Gouzout mat a rit ne blij ket ar relegou santel, an traou benniget, d’an diaoulou ; hag ar votezig-ze bet da zant Per a yoa, mechans, eur releg a dalvoudegez, eur releg benniget pa he doa epad keit-all a amzer skoet war leuren ti Doue !

An hini a daole ar muia war ar votezig voulouz a yoa eur mell pez vil a ziaoul, tal du, fri kaouen, ken teo ha ken louz ar bleo warnan ha war eur marmouz. Roet e oe d’ezan evit tri c’hant pec’hed marvel !

An holl laeron, evit doare, o deus eur fri kamm, eur fri yuzeo ; an diaoul-ma dres, a yoa e garg bunta pe dougen d’ar pec’hed a avarisded ar re a zo o tiouall ar c’hefiou a espern, ar re a zo o micher laerez, en eun doare pe eun-all.

C’hoant en doa da ober eus ar votezig-se e bodig-espern. Eno, da vihana, a zonje, e vezo dastumet mad va feziou arc’hant ! » Rak, kaer en doa bet betek eno lakaat e boan d’o c’huzat, bepred e teuet a-benn d’o dizelei, ha da gemeret eun darn anezo. Perak en em zieza, en ifern ?… Marteze zoken, emezan, piou c’hoar ? e raint re vihan, evel ar viou en neizou !!!

Eno eo e fazias, avat, ar genaoueg zo anezan. Rak, ar votezig venniget n’edo ket eas en ifern, skler eo ; mont ha dont a rea anezi he-unan ; gwech ez ea da guzat dindan eun arbel, gwech-all ez ea a.ispilh ouz eun treust, gwech en ti, gwech er meaz. Hag ar perc’hen a yea en egar o welet kement-se, rak kredi mat a rea e veze laeret e votezig voulouz d’ezan, — ne vije ket bet dieas hen ober ! — hag e kolle bemdez kalz amzer ouz he c’hlask.

Eun dervez m’en doa kollet muioc’h c’hoaz a amzer ez eas e kounnar rus, hag o veza kroget er votezig koant ec’h hejas anezi evit kaout ar peziou arc’hant, hag e taolas anezi gant tiz ha gant eun nonde heuzus ar pella ma c’hellas en ifern.

Mat, tud keiz, mont a reas da blada war benn eur paour kez micherour a Landerne eat di abalamour d’eun taol fall en doa great o welet pegement a zle en doa. Ya, e vern dle en doa douget anezan da werza e ene d’an diaoul evit kaout arc’hant digantan. An diaoul en doa selaouet e beden ; kemeret en doa an ene evit nebeut a dra, evit… netra, ha kaset goude ar paour keaz d’en em grouga !… Evel-se eo ec’h en em gemer peurvuia Paol goz, ha re aliez, siouaz le teu e daol gantan da vad, abaoue m’her greas da Judaz.

Jakig Lagad-du, eus a Landerne, n’oa ket eur gwall baotr en e amzer, n’oa na laer na touer, mes avat eun den poud, pikouzet e zaoulagad, ker pikouzet zoken ma na wele zoken nemet pell goude an troiou kamm a rea d’ezan e vignoned, er c’hoariou dreist-oll. Ha me lavar d’eoc’h e chachent war e yalc’h. Hag ar paour kez paotr a eve, a eve kalz evit ankounac’haat e velkoni. An dra-ze eo a gasas anezan da goll.

Ar re a roe labour d’ezan koulz hag ar c’hoarierien kartou o doe keuz d’e varo.

« Mil gur’n ! eme Jakig Lagad-du, ema an ifern o koueza en e boull ! » Ar votezig o koueza war gern e benn moal he doa great d’ezan gwelet c’hoec’h goulaouen ha tregont. Hogen, pa oe tremenet ar skrijaden genta, Jakig a stouas hag a welas eun dra lugernus : « Sell ! emezan, ar votezig goant !… N’eo ket d’eun diaoul, rak an diaoulou n’o deus ket a vouteier ker kaer-ze !… E rank beza da unan bennak koulskoude, n’eus ket da lavaret ! Anat eo ez eus bet enni troad eun den… Ar seul a zo o vont da veza toull, sklear eo, mes ar voulouz a zo lugernus c’hoaz… Doare he deus da veza bet d’eun den krenv… »

Hag e troe, e tistroe ar votezig en e zorn. « Ha petra rin-me ganti ama ? Netra… Kas a rafen anezi d’he ferc’hen, ma c’houfen da biou eo. Ker brao eo ma n’eus nemet Doue, ar zent, hag an elez, er Baradoz dudius hag o defe eus ar seurt traou-ze ! »

Hag o veza lavaret ar c’homzou dereat-se, Jakig a oe dibradet ha savet d’an neac’h a-nebeudou gant eun nerz treac’h d’e hini. Ar votezig eo, botezig eürus an Aotrou sant Per benniget, dre eur c’halloud staget outi er Baradoz, a jache anezan, a roe d’ezan evel diouaskel da nijal ker buhan hag an avel a-dreuz an iferniou.

An holl dud daonet a zigore o ginou da zellet outan o tremen uz d’o fennou.

— A ! sell ’ta ! piou eo hema a ya gant kement a diz dre an ear evel eur stereden rederez ?

— Marvad e rank beza eur potr chansus en deus bet aotre da vont da zistana eur pennadig.

— Hennez ? Hennez eo Jakig Lagad-du eus a Landerne.

— Hê ! Jakig !

— Da beleac’h ez ez, Jakig ?

— Kenavo Jakig !

— Beaj vat, Jakig !

— Deuet out da veza bran pe askel-groc’hen ?

— Jakig !… Jakig !…

Jakig a yea atao hep lavaret grik da zen. Ne zelle ket outo zoken. Traou-ali a yoa war e spered. Na pebez tro iskis a errue gantan ! Mont ker buhan, evel eul labous a-dreus an uhelderiou ! « N’eus fors, eme Jakig, da beleac’h bennak e vezin kaset, easoc’h en em gavin eget ama. » Ha kaer en doa, n’helle ket zoken kaout amzer da ober eur sec’ha d’ar c’houezen a zivere dioc’h e dal.

Red e oe d’ar paotr chom a-zav e-kichen dor an ifern. Ar porsier en doa savet e forc’h hag a ginnige sanka anezi en eun tu bennak.

— « A-zav ! emezan, n’eot ket pelloc’h ! »

Ar votezig a skoas daou daol gantan war e ziou jod, ken e teujont da veza rusoc’h eget he boulouz. Ar paotr faro a lezas e forc’h da goueza d’an douar.

Krik ! Krak ! ha dor vras an ifern a zigoras anezi he-unan evit lezel paotr Landerne da dremen gant e votezig.

— « A ! emezan p’edo er meaz, n’eo ket ken tom ama, gras e kavan ! »

Hag ez eant atao gant tiz.

Ar Purkator ? netra ken nemet tremen dirak.

— « Ha piou c’hoar da beleac’h ez eomp ? Piou c’hoar e peleac’h e touarimp ? » N’en doa ket aon avat, pell pell ac’hano. Tremen a rejont dre douez an heol, al loar, ar stered, ha setu hi dirag dor ar Baradoz, hag ar votezig da jom krenn a zav.

— Tok ! Tok !

— Piou a zo ? eme sant Per hep digeri.

— Me eo, Jakig Lagad-du eus a Landerne.

— Alo, mat ! Mes evit dont ama e ranker beza glan ; diskouez d’in da baperou dre riboul ar c’haz !

Ha yao ! Jakig o tiskouez ar votezig da zant Per dre riboul ar c’haz.

— O ! eme zant Per, seblantout a ra d’in ec’h anavezan an dra-ze !

— Gwella ’ze mar d’eo d’eoc’h ! Kemerit anezi neuze !

N’eo ket te, da vihana, an diaoul a laeras anezi d’in ?

— O ! nan da ! Me eo Jakig Lagad-du eus a Landerne, hel lavaret am eus d’eoc’h.

— Mat, neuze, Jakig, va mignon, deus, ha ra vezi digemeret mat er Baradoz !

Jakig a yeaz ebars. Sant Per a yoa kel laouen, ma lammas gantan a dro vriad da bokat d’ezan eus an daou du. Ar votezig great gant sant Krepin a yoa bihan eun tamm hag a gigne e droad da zant Per, ha setu perak oa kel laouen o kaout an hini goz a yea ker brao dioc’h e droad.


————


NEDELEK AR SKOLIOU


————


Diw heur eo gant noz Nedelek, an nozvez santel.

Ehanet eo ar c’hanaouennou ha mouget ar gouloueier en iliz parrez ; e pep leac’h eo ledet a nevez mantel an denvalijen. An oll davarniou a zo serret (parrez eürus !) ha pep hini a zo distroet d’e c’hlud.

E kraouig ar c’hinivelez koulskoude, Jezuz a zo dihun ha setu hen o koms ouz ar Werc’hez e vamm.

— « Mamm, emezan, poent eo d’eomp mont da ober hon dro vale. Kalzik tiez hon deus da welet ha kalz bouteier da leunia a-benn oferen goulou-deiz. Deomp, Mamm ! »

Ha setu Jezuz hag ar Werc’hez Vari, e vamm, o vonet war o fouezig dre ruiou ar vourc’h.

N’oant ket eat gwall bell c’hoaz pa zigouezas d’ezo chom a-zav. Ha setu ar Mabig Jezuz da skoi war eun nor :

— Pan !… Pan !!

— Deuit en ti ! a oe lavaret en diabarz.

— Ama eo, n’eo ket ’ta, ema ti Perig ? Eur bugel fur hag a blij d’in abalamour ma c’hoar e bedennou hag eo sentus ouz e vamm ! Buhan, diskouezit d’in e voutez ma leuniin anezi a vadigou. Paour keaz bihan ! lakeat en doa a-gostez eun aval oranjez da zigas d’in… Va bennoz a roan d’ezan, ha d’eoc’h ive, mamm vat. Kenavo, mamm Perig !

Hag ar Mabig Jezuz a yeas pelloc’h.

Prestik goude e chome a-zav :

— Ama, Mamm, emezan, ema skol ar vugaligou n’o deus ket c’hoaz seiz vloaz. Labour a-walc’h hon deus gant an inosanted-se… Pan !… Pan !! Digorit buhan, C’hoar Visant… Setu ama ganen eur zamm merc’hodenned, taboulinou ha kezeg-koat ! Ouspenn-se, setu ama dilhad nevez evit va breudeurigou paour… Kenavo, C’hoar Visant !

Hag ar Mabig Jezuz da vont larkoc’h.

— Pan ! Pan !… Gouzout a rez, Mamm, ama ema skol gristen ar baotred… Hastit afo dont da zigeri ! An dra-ma zo da Wenole, da genta er c’hatekiz ; an dra-ma da Jopig, ar furra er skol ; ha setu ama lod Korantin an Du, a c’hoar respont an oferen gant kement a barfetegez !…

An dra-ma a rannot etre ar vugale-all.

Hag ar Mabig Jezuz da vont larkoc’h.

N’ez eas ket pell hag e chomas a-zav hag e lavaras :

— Ama, Mamm, ema skol gristen ar merc’hedigou. Digorit buhan, Itron Renerez ! Mat. Lezit ac’hanon da dostaat da zellet ouz an daolen el leac’h m’ema hanoiou ar baotrezed a labour ar gwella. O sellit ’ta, Marc’haridig a zo ar groaz ganti adarre ! Setu ama evit he digoll eus he foan ; ouspenn-ze, arabat e vezo d’eoc’h lavaret grik ebet d’ezi diwar-benn kement-ma : ember hi eo a c’hounezo ar pez a vezo a gaera ouz gwezen Nadeleg… Hag Annaig ’ta ! o ar bugel ker, pegen devot ha pegen dibec’h eo ! Me he c’haso d’ar gouent ! Setu ama, da c’hedal, peadra da ober plijadur d’ezi… An demezel Madalen ! adarre eun tammig dibarfet !… N’eus fors, gwelloc’hik ez a an traou ganti… Mat, mat… Setu ama evit roi nerz-kalon da Vadalen da vont war wellaat… Ha brema, setu ama draje ha madigou-all eus ar Baradoz da ranna etre an holl merc’hedigou. Arabat e vezo avat beza re lountrek !…

Hag ar Mabig Jezuz ac’hano adarre gant e Vamm.

Chom a rejont a-zav aun tammik pelloc’h.

— O va Mamm, setu ama eur skol-all !… Pan ! Pant Digorit buhan, Aotrou Mestr-Skol… Me eo ar Mabig Jezuz, Mignon ar vugale. Digas a ran bep seurt c’hoariellou d’am mignoned vihan. O ! nag a blijadur o devo ! Gwelet a raint n’ankounac’haan ket anezo ; gwelet a raint o c’haran a greiz kalon, hag int-i ive am c’haro, am c’haro hed o buez penn-da-benn ; n’eo ket ’ta e karint ac’hanon ?…

Ar Mabig Jezuz a gomze evel pa vije bet ar Mestr-Skol ouz e zelaou ; an nor koulskoude a jome serret kloz.

— Me ho ped, Aotrou Mestr-Skol, livirit d’in ha klevet a rit-hu va mouez ?

— O ! me ho ped… Me eo ar Mabig Jezuz… Ma c’houfec’h pegement e karan-me an holl vugaligou-ze ! Digorit d’in ! digorit d’in !

Eun nor a zigoras, hag eur vouez a grozas :

— It gant hoc’h hent ; ar skol-ma a zo direlijion, eur skol laik eo. N’ez eus plas ebet evidoc’h en hostaleri-ma !

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Kalon Jezuz a deuas da veza beuzet en eur mor a dristidigez. Kement tra he devoa great plijadur d’ezan el leac’hiou-all oa bet enno a oe ankounac’heat gantan war an heur evel ma teu ar stered skedusa da veza goloet gant ar wabren zu.

— Deomp ac’han, Mamm ! emezan.

Hag ez eas kuit en eur ouela.

Paour keaz Mabig Jezuz !

Ne fell mui da dud a zo e ve klevet hoc’h hano benniget, hoc’h hano ken dous o tont diwar muzellou ar vugaligou !

Ne fell mui d’ezo e ve meulet hano an Aotrou Doue, ho Tad, gant bugale Frans !

Ne fell mui d’ezo e teufemp en hon tenvalijen, en hon enkreziou, en hon holl ezommou, da bedi ar Spered-Santel a deu ac’hanoc’h hag eus ho Tad !

Paour keaz Mabig Jezuz ! Pe kentoc’h, paour keaz bugale ! Hep Jezuz, hep Doue, hep relijion, hep feiz, na c’houi a zo din a druez !


————


SALAUN AR FOLL


————


Debret oa koan ; ar gwazed a yoa o tana o c’horn hag ar merc’hed a glaske o c’hegilou evit ober eur pennad neza.

Ar vugale a dostaas ous ar vamm-goz eat da azeza e kougn an oaled :

Mamm-goz, a lavaras Annaig, ar gosa eus ar vugale, kontit d’eomp eur rimadel !

— Mamm-goz, eme Laouig ivez, eur gontaden !… Eur marvailh ?…

— Va bugaligou, eme ar vamm-goz, me ne ouzon mui netra pell zo… Gouezet em eus bet sur eur bern traou gwechall… mes deuet eo va memor da vergli… Me n’oun mui yaouank, va bugale !

— Mamm-goz, mamm-goz, gouzout a rit c’hoaz kalz traou…

— Istor Salaun ar Foll ! a lavaras neuze Perig, eur c’hanfard nevez great gantan e bask kenta.

— Deomp eta da Zalaun ar Foll ! Gwaz aze evidoc’h mac’h ankounac’haan meur a dra.

Hag ar vamm-goz a voulc’has he istor.

Er bloavez 1315 e veve e Breiz-Izel, e kichen Lesneven, eur paour kêz innosant, e hano Salaun. E dud a yoa paour glez ; setu kement a zesk d’eomp ar skridou koz diwar o fenn.

Pe ez eas Salaun d’ar skol, pe ne deas ket abalamour m’oa re baour e dud, biskoaz ar paotr kêz n’hellas deski ken peden nemet : Ave Maria ! na ken kantik nemet O Maria !

Dre ma kreske ar bugel en oad e kreske ivez e garantez evit ar peoc’h hag a zioulder, ha pa varvas e dud e oe mall gantan mont da jom en eur c’hoad. Eno e tibabas eul leac’h gouez ha distro, e kichenik eur feunteun goudoret gant eun derven goz.

Evel al laboused war skourrou ar gwez, Salaun a dremene eun darn eus e amzer o kana meuleudiou an Itron-Varia, e vestrez ; d’ezi goude Doue oa e holl galon, e holl garantez ; en noz, zoken, evel eun eostik, e kane mil gwech Ave Maria ! Ave Maria !

Gwisket truilhek oa, ha kerzet a rea diarc’hen ; n’en doa evit gwele nemet an douar yen ; hag evit plueg, nemet eur mean ; evit toen, nemet deliou stank an derven gamm e kichen ar feunteun.

Mont a rea bemdez er stuz-ze da Lesneven pe d’ar c’heariadennou-all a ziwar-dro da glask an aluzen. Ne rea ket a bedennou hirr e toull an doriou ha ne dorre ket pennou an dud gant e glemmou mantrus ; lavaret a rea :

Ave Maria ! Salaun a zepre bara !

Digemeret a rea kement a veze kinniget d’ezan, hag e tizroe didrouz ha war e bouezig da gichen ar feunteun. Eno e soube e vara en dour hag hen debre, o lavaret a greiz kalon : Ave Maria !

Pa veze ar goanv en e wasa, pa veze yud an avel, skournet an dour, e taole e druilhou, hag e tiskenne er feunteun betek e chig (pe e helgez, evel eur pesk en dour) hag e kane mil gwech : Ave Maria ! Ave Maria ! O Maria ! O Maria !…

Gwechou-all, evit en em domma, e save d’en em lakaat a-ispilh ouz skourrou an derven, hag en eur vransellat e kane e ganaouen : O Maria ! O Maria !

Abalamour d’an traou-ze holl ken dishenvel diouz kustumou an dud, ar paour a dremene evit eun diskiant, ha ne reat anezan nemet Salaun ar Foll.

Eun droiad ec’h en em gavas gant eun toullad soudarded a yea hag a deue dre ar meaziou.

— Piou out ? emezo.

Salaun evitan da veza dizesk a c’houie evelkent ez oa neuze brezel etre Blez ha Monfort, an eil hag egile o klask sevel da ren war Vreiz-Izel.

Ha Salaun da respont d’ezo, nan evel eun diskiant, mes evel eun den meurbet fur :

— N’emaon nag a du Blez nag a du Monfort ; me eo servicher an Itron Varia !… Ave Maria !

Ar soudarded a zirollas da c’hoarzin hag hen lezas da vale.

Salaun a dremenas evel-se nao bloaz ha tregont pe zaou-ugent o ren buez kalet, disprijet ha dilezetg ant an dud, mes avat kaer ha glan dirak Doue ha meurbet karet gant an Itron-Varia. Morse n’en doa great an disterra droug da zen.

Koueza eure klanv. Meur a hini eus a Lesneven a ginnigas e gas da hospital kear ; morse ne fellas d’ezan mont eus e ermitach.

Lod a gred e teuas Mari meur a wech da welet he zervicher, d’hen kennerzi hag ec’h en em ziskoueze d’ezan skedus evel an heol, eur maread elez en dro d’ezi.

Ar paour kêz koulskoude a fallae hag a gleve ar maro o tostaat.Neuze, evel an durzunel en nevez-amzer, ec’h en em roas da gana e veuleudiou da Varl gwasoc’h eget biskoaz.Betek pa ’z oa toc’hor e tiskane gant karantez hano dous Mari, hag e rentas e ene gwerc’h da Zoue, gant he hano war e vuzellou.

E zremm distronket epad e vuez gant ar pinijennou kalet a deuas neuze da veza ker kaer, ker glan hag al lili ha fresk evel ar rozen glizennet da vintin.

E gorf a oe kavet astennet e-kichen ar feunteun, dindan an derven a yoa bet e di.

An amezeien a deuas d’e zebelia ha pep unan a roas ali d’en douara el leac’h m’en doa bevet hag a oa marvet. Ar pez a oe great kerkent hep lid ebet.

Diskennetar paour kez foll en douar, en eur c’hoad, den mui na zonje ennan pa deuas Doue hag ar Werc’hez da zizelei santelez o servicheren eun doare estlammus.

Eul lilien hag a daole eur c’houez dudius a zavas war bez Salaun, hag ar pez a yoa c’hoaz souezetoc’h eo ez oa skrivet war an deliou e lizerennou aour daou c’her peden Salaun  : Ave Maria !

Ar burzud a badas c’houec’h sizun.

Ar brud a gement-ma a yeas buban dre Vreiz a-bez. Diredet a reas eur bern tud da welet : noblans, tucbentil, beleien ha tud a renk izel.

Toullet e oe ar bez. Ha petra oe gwelet ? Ar boked en doa e c’hriziou e kalon Salaun…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Ar vamm-goz a reas eun ehan.

Ar vugale a zavas o fennou da lavaret :

— Ha goude ? Mamm-goz…

— Goude ?… Goude ?… echu eo… Goude e oe savet eun iliz eus ar re gaera war bez ar paour kez Salaun. An iliz-ze a zo gwestlet d’an Itron-Varia.

Divezatoc’h, pa viot brasoc’h, va bugaligou, c’houi a yelo da bardona d’ar Folgoat, hag a evo eus dour feunteun Salaun, servicber Mari. Kaout a reot anezi e penn uhella an iliz, a-ziaveaz, dindan an aoter vras.

— O ya, mamm-goz, ni a yelo d’ar Folgoat… Mes kontit d’eomp eun istor-all.

— Bugale, a walc’h evit hirio… Perig ha Saik a zo kousket, ne welit ket ? It da glask ho kwele… Varc’hoaz mar kirit, e komzin d’eoc’h eus Kear-Is…

— Ya, ya,mamm-goz !…

PENAOS E OE KOLLET IZ


————


— Petra gontin-me d’eoc’h hirio, bugale ?

Hag ar vugale da respont war eun dro :

— Kear-Iz, mamm-goz ! Kear-Iz !

Mont a ran eta da zisplega dirazoc’h istor Kear-Iz, Ahez hag ar roue Grallon, evel em eus he c’hlevet pa oan yaouank.

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Er pardaez-se, Annaig, ar c’hlaskerez, pe ar baourez, ma kavit gwelloc’h, a yea goustadik, daoubleget war he fenn-baz kelen, he chapeled ganti en he dourn, gant an hent a ya eus Kear-Ahez da Boull-Dahud.

Ha dre ma ’z ea penn-da-benn an deven e Beg-ar-C’haor, ar c’hlaskerez eur wech an amzer a rea eur zell nec’het war bleg-vor Morgad, hag he c’hlevet o lavaret gant rann-galon :

— Aotrou Doue, ho pezet truez ouz an hini a zo kousket aze !

Laouig, ar paotr-saout, a zavas en eun taol e benn dreist ar c’harz hag a c’houlennas digant Annaig :

— Mamm-goz Annaig, evit piou eta e pedit-hu evel-se o sellet ouz ar mor ?

— Laouig drouk, emezi, pedi a ran evit an hini a zo bet sebeliet er mor, p’eo gwir n’he deus ket ped et a-walc’h pa oa beo.

Hag an hini goz da ober sin ar groaz ha da bokat c’hoek da groaz he chapeled. Karet a rea kenan ar groaz-ze abalamour m’oa bet stoket ouz aoter Santez-Anna-Wened hag ouz arched relegou sant Gwennole, mignon ar Vretoned.

Ar mesaer bian a yoa deuet tre betek ar baourez, e zaouarn a-drenv e gein hag uhel e fri gantan. En em harpa reas dirak Annaig, hag e c’houlennas krak ha berr :

— Pe hano he deus an hini n’he deus ket pedet a-walc’h ?

— Ar brinsez Ahez, merc’h ar roue Grallon.

— Eur brinsez ! O truez !… Anavezet hoc’h eus anezi, mamm-goz ?

— Aotrou Doue !… Anavezet… me ? O n’em eus ket. Ahez a zo marvet eun toullad mat a gantvejou a zo, en deiz ma c’hoarvezas an darvoud skrijus a gasas da netra Kear-Iz, kear-benn rouantelez Grallon, he zad.

— Va Doue ! emezan.

Annaig a yoa deuet he fenn da veza tenval ; he daoulagad a lugerne evel diou stereden. Setu hi oc’h astenn he dourn war-zu ar mor direiz a rea eun trouz da vouzara o steki ouz ar c’herreg.

— An tarziou-mor-ze, emezi, eo o deus servichet da venji kounnar an Aotrou Doue.

— Penaos, Annaig, eo bet c’hoarvezet kement-se ?

— Asa, Laouig, va mab, daoust ha n’ec’h eus morse klevet kana gwerz Kear-Iz hag ar roue Grallon ?

— Eo, marteze, hogen ankounac’haet am eus anezi. C’houi, mamm-goz, a c’hoar eur bern traou. Livirit d’in mar plij, istor ar brinsez Ahez hag ar roue Grallon ?

— Ya, va mab, hen ober a rafen a-walc’h. Mes, sonj ’ta ez eus pevar-ugent vloaz hag ouspenn abaoue m’he c’hlevis kana evit ar wech genta gant ar barz Erwan Karadek, eus Ploumanac’h, e Bro-Dreger… Pell a zo abaoue…

— Livirit atao, Annaig, sonj ho pezo.

— Karout a raffen, rak va istor a ziskouezo d’it betek peleac’h e c’hell mont fallagriez an den hag ar garantez direiz evit ar blijadur ; lavaret a rai d’it dreist-oll penaos e teu Doue madelezus mes just da gastiza zoken er bed-ma an dismegans a ra ar pec’hed d’e hano teir gwech santel.

Annaig a azezas war eur roc’h goloet a raden, a vrug hag a yeot. Hag hi da genderc’hell gant he c’haoz.

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

— Selaouit, c’houi ivez, bugale, a lavaras mamm-goz Lanmodez, ha lakit da dalvezout an istor-man eus amzeriou koz hor bro garet Breiz-Izel.

Aze, eme Annaig, e-harz hon treid, er pleg-mor-ze el leac’h mac’h eonenn ar mor, el leac’h ma teu ar pesketer da deuler e rouejou en eur gana, aze ez oa gwechall tiez kaer, paleziou, maneriou, ilizou ; aze edo Kear-Iz, he doa dek dor hag a yoa kear-benn rouantelez Breiz-Izel.

Pa deue eur beachour da dremen dre ama, dibaot e viche d’ezan chom hep goulen ouz ar re a gave war e hent :

Petra zo nevez e Kear-Iz
Mar deo ker foll ar yaouankiz,
Ma klevan-me ar biniou,
Ar vombard hag an telennou ?


Ha tud ar vro da respont d’ezan raktal :

N’eus e Kear-Iz netra nevez ;
An ebatou-ma ve bemdez…
N’eus e Kear-Iz nemet traou koz ;
An ebatou-ma ve bemnoz…

— Aotrou Jezuz !… Truez ! truez a lavaras Laouik.

Bodennou drez zo diaounet
Ha dor an ilizou prennet,
Ha war ar beorien o ouela
E c’hiser ar chas d’o drailha.

Ahez, merc’h ar roue Grallon,
Tan an ifern en he c’halon,
Er penn kenta eus an diroll
A gas d’he heul ar gear da goll !

Sant Gwennole, beuzet e galon en eur mor a c’hlac’har, a zo deuet meur a wech da gaout an tad.

…Grallon, Grallon, emezan, diouall ! rak divezat e vezo kaout keuz pa deuio Doue da skuilha e vuhanegez war ar gear gablus. El leac’h ez eus c’hoarzadeg e vezo skrignadeg dent ha goelvan… El leac’h ez eus kanaouennou laouen e vezo youc’hadennou spontus.

— Truez, va Doue !… a lavaras Laouig. Ha petra respontas ar roue d’ar zant ?

— Spontet oa, hag an daelou a zivere drus war e ziou jod. Mont a rea da gaout e verc’h da ober d’ezi rebechou c’hoero. Hogen, koz oa, hag ar plac’h fall ne rea mui kalz van ouz e glevet. Skuiza reas zoken o selaou he zad. Ha petra reas evit beza muioc’h en he frankiz ? Sevel eur maner kaer e-kichen ar skluzou a vir ouz ar mor da ziruilh war gear.

Eno eo ema ar gouel en noz-ma : eno eo ema Ahez ar verc’h divezet o skedi en he dilhad pinvidik ; eno eo e kinniger ezans da filhorez Satan.

Setu en eun taol eur prinz o tont e-touez an duchentilou.

— Plijadur d’eoc’h holl, danserien dispar, emezan

Gwisket oa gant voulouz rus ; e varo hepken a yoa du, hag e zaoulagad a lugerne en e benn evel diou c’hlaouen-dan.

— Ra viot deuet mat, aotrou diaveziat, a respontas Ahès o vousc’hoarzin ; ya, bezit ar gwella deuet mar doc’h ar gwizieka ac’hanomp e skiant an droug.

Ha kerkent Ahez da bedi an aotrou rus da ober eun abaden dans, endra ma wall gomze an holl enep Doue.

— O Annaig, spontus eo ! a lavare ar paotr bihan ; daoust ha ne deuio ket Doue da gastiza tud ker fall-ze ?

— Eo, a dra zur, kastizet e vezint, Laouig. Selaou ac’hanon betek penn.

Doue a yeas e kounnar hag a astennas e zourn war-zu Kear-Iz.

Kerkent lez an treaz (palez Ahez) a skrijas war e aelou doun, ar gurun a grozas hag al luc’hed a skoas da zalla.

Ar prins daoulagad rus tan ifern a vousc’hoarze. Stoui a reas d’an douar dirak Ahez, hag e lavaras gant eur vouez leun a vel :

— Merc’h Grallon Meur, dous ha tener, rouanez va c’halon, daoust ha n’hellfen ket en eun doare bennak gwelet alc’houeziou ar skluzou ?

— Alc’houeziou aour ar skluziou a zo oc’h eur jaden a jom dalc’hmat ouz gouzoug va zad, ha va zad, re zur eo, a zo kousket pell zo.

Hen koulskoude a stoue atao muioc’h-mui hag a boke d’e daouarn flour. E lagad lemm a flemme re ar paour kez Ahez.

— Mes, petra fell d’eoc’h ? emezi d’ezan.

— Ho tad a zo kousket, a livirit ; mat, easoc’h a-ze e vezo d’eoc’h lammet digantan an alc’houeziou ! Ahez a skrijas.

— Ha piou, emezi, a c’hellfe kaout hardiziegez a-walc’h evit ober an dra-ze ?

— O ! piou ’ta, nemedoc’h-hu, prinsez.

— Ha peeur ?

— Bremaik ! It hep aon ebet. Mat eo d’eomp kaout an denvalijen d’hon harpa. War va hano e touan ne c’hoarvezo droug ebet ganeoc’h.

Ahez kerkent a yeas eus al lez war-zu ti he zad, da esa kaout an alc’houez aour ; evel eun aer viber e ruze kambr he zad, ha didrous e lamm digantan an alc’houez burzudus a zioualle kear.

Annaig a reas eur pennad ehana. Ar paotr-saout a skrijas gant ar spont hag a c’houlennas :

— Ha penaos e lezas Doue ober an dra-ze ?

— Doue a ra mat kement a ra, Laouig. Kastiza a ra ar re fall, hogen, alies e ro amzer d’ezo da ober o zonj ha da c’houlen trugarez.

Selaou penn diveza an istor. Setu ama petra a gane ar barz en e werz :

— Piou eo hennez a deu du-ze savet war eur marc’h du a ra eun trouz da vouzara o stoki kern e dreid ouz mein ar stread ?

— Hennez eo kannad an Aotrou Doue, kaset davet roue Breiz ; hennez eo abostol ar feiz, sant Gwennole karet e Breiz.

Gwelet a ran anezan o tostaat, e vaz abad en e zourn kleiz, eur stereden aour war e zae wenn, hag eur c’helc’h skedus en dro d’e benn.

— Setu ema war dreujou al lez el leac’h ma kousk ar roue, tad Ahez, hag hen da hopal en noz du hep disken diwar e varc’h :

— Grallon ! Grallon ! sav buhan ! Ema digor ar skluzou !…

Ar roue spontet a ra eul lamm er-meaz eus e wele.

— War zao ! war zao ! emezan ; va marc’h buhanna ! Siouaz ! ema echu gant ar gear-ma !…

Laouig a c’houlennas :

— Hag an danserien ? Hag an diaveziad en doa daoulagad rus tan ifern ? Hag ar brinsez Ahez ?

Holl ez ejont da goll, va mab, beuzet e oent er mor penfollet. — Ahez a lammas dirak he zad. Ar roue ha Gwennole a yea ac’hano difrea ma c’hellent.

— Va zad ! va zad ! emezi, mar am c’harit, kasit ac’hanoun ganeoc’h war ho marc’h skanv !

An tad, hep lavaret ger a zammas e verc’h en e gichen.

Neuze e oe gwelet an tarsiou o tiredet gwasoc’h c’hoaz war o lerc’h.

Gwennole a hopas en eur skrijal :

— Grallon ! Grallon ! hast affo teuler an aer-ze er mor.

An tad koulskoude… a yoa tad, hag a starde ar bec’herez war boull e galon ; mes ar zant a reas sin ar groaz hag a stokas e vaz ouz ar plac’h.

Kerkent Ahez a gouezas er mor, ar c’hezek a ebanas da zaoulammat, hag an tarsiou a reiseas.

Epad kantvejou ha kantvejou, Ahez deut da veza Mari Morgan, a zo het gwelet e doare eun teuz hanter maouez hag hanter besk. Gwelet e veze war an aod o kriba he bleo-bezin oc’h sklerijen al loar.

Laouig a reas sin ar groaz hag a lavaras :

— Peoc’h Doue da anaon tud Kear-Iz ! Mes livirit d’in Annaig, echu eo an istor ? Petra deuas ar roue Grallon da veza ?

— Pa zavas an heol antronoz, ar zant ha Grallon a bigne war lein Mene-Hom.

Ac’hano, roue Breiz a daolas eur zell war al leac’h edo Kear-Iz en derc’hent ; ne welas nemet mor.

— Eur gear eus ar re gaera em boa, emezan, ha setu hi eat da netra !

E galon a rannas hag eus e zaoulagad e teuas eur mor a zaelou.

Ar paotr-saout skoet e galon ivez n’hellas ket miret da lavaret :

— Paour kez roue !

— Ya, eme Annaig, paour kez roue !… Ar boan, ar glac’har, an anken n’emaint ket hepken e lod an dud a renk izel… Mes kendalc’homp gant hon istor.

Pa zavas Grallon e benn da zellet en dro d’ezan e welas o lugerni Ru-men-goulou, hag e lavaras gant eur vouez nerzus :

— War ar mean-ze hon tadou a skuilhe gwad da eun Doue didruez… Du-ze, me a zavo eun iliz d’ar gwir feiz evit derc’hel sonj a Gear-Iz, hag evit ma vezo gouezet he istor, me he hanvo Rumengol. Mamm dous hor Zalver Jezuz a vezo enoret e leac’h Teutatez hag Hezuz, ha bep bloaz, en enor d’ar groaz, me a raio lida eno eur pardon bras.

Pa vezo maro an doueou…

Laouik a droc’has he c’homz da Annaig.

— An doueou a livirit, Annaig ?

— Ya, an doueou… Ar roue Grallon a gomze eus falzdoueou ar baianed, adoret neuze c’hoaz gant hon tadou koz. Mar doa d’an ampoent kristenien evel ar roue Grallon, ez oa muioc’h c’hoaz a baianed. Evel-se ’ta, ar roue kristen en e zav war Mene-Hom a lavaras :

— Pa vezo maro an doueou, pa vezo diskaret eun darn eus dervennou hor c’hoajou, eun dervez bennak, pobl Breiz-Izel a ziredo du-ze eus ar pevar avel. Neuze, ma n’eo ket c’hoaz maro ar sonj eus ar roue Grallon e vezo lavaret : Nag a vurzudou a zo bet c’hoarvezet ama en amzeriou koz !…

Annaig a davas war gement-se. Sevel a reas da gregi en he baz kelen, en eur lavaret :

Ema an heol o vont da guzat e mougidel an dremwel. Ankounac’haat a rean em eus eur pennad brao a hent da ober a-raok an noz. Kenavo, mesaer yaouank.

— Hag ez it kuit, mamm-goz ? eme ar paotr.

— Ha ne glevez-te ket kloc’h an Angelus o son e tour Poull-Dahud ?… Lavaret em eus d’it kement a c’houien diwar-benn ar brinsez Ahez, ar roue Grallon ha Kear-Iz.

— Eur gerig c’hoaz, mamm-goz.

— Lavar buhan ’ta neuze.

— Piou oa hennez ar prins-se a deuas en eun taol e sal maner ar brinsez Ahez da zansal ha da c’houlen alc’houeziou ar skluzou ?

— An droug-spered, va faotrig.

— Doueti rean. Fellout a rea d’ezan kaout an alc’houeziou evit beuzi kear ha kas dioc’htu gantan d’an ifern eneou an dud keiz-ze. Daoust ha ne jom mui netra eus Kear-Iz ?

— Pesketerien zo hag a lavar o deus gwelet dismantrou mogeriou pa vez ar mor izel izel… Nan, n’eo ket eas gwelet netra brema : al lec’hid hag an treaz o deus goloet kement a jome eus ar gear villiget. Ar gear-ze distrujet gant kounnar an Aotrou Doue na zavo ken eus strad ar mor doun.

Er memez doare eo bet kaset da netra Sodom, Gomor ha Babilon, abalamour d’o fec’hejou bras.

Annaig a yeas en hent en eur lavaret he chapeled.

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

— Ac’hanta, bugale, a lavaras mamm-goz Lanmodez, kavet hoc’h eus brao va istor ?

— O ya avat, mamm-goz, eme Berig. Me garfe klevet alies kontadennou evel-se.

— O mamm-goz, eme Laouig, c’houi c’hoar traou brao !

— Traou koz, da vihana… Gwechall e veze plijadur oc’h o c’hlevet. Ar yaouankizou hizio n’en em jalont ket nemeur ganto…

— O mamm-goz, eme ar verc’h-kaer eus an ti, emaoc’h adarre o troug-prezeg hon amzer-ni… Gwechall… gwechall… ez oa traou mat ha traou fall, evel brema… Holl hon deus kavet berr an amzer ouz ho selaou… Alo, bugale, d’ar gweleou !


————


Paotr-saout Komanna


————


— Petra rez aze ’ta, Jopig, ken sioul-all, da-unan war eur roc’h e-kreiz al lanneg ? Ne daolez ket evez e c’hell dont ar bleiz da zamma ar c’haera eus da zanvadezed ?

— Bezit dinec’h, maeronez ; Doue a daol evez evidon keit ha m’emaon o pedi.

— O ya, hep mar ebet, Jopig ; mes petra welan ganez aze en da zourn, e leac’h ar skourjez a vez peurvuia gant mesaerien ar meneziou ?

— Kroazig an Doue [2] eo, maeronez, hag ez oun deuet a-benn da zeski ennan an teir lizeren genta.

— Traou a re !… Traou a re… ha ne dalvezont ket ar boan ! Arabat e ve d’it, Jopig, e tapfen mui ac’hanout gant c’hoariellou evel-se en da zourn. Gouzout a-walc’h a rez pegement e karan ac’hanout : hogen a-raok pep tra e fell d’in e vez eur c’hristen mat hag eul labourer douar dispar… hag e rafez da labour wardro va loened !

Oc’h huanadi, Jopig a glozas e levrig en e c’hodel, ha merourez Kerestin a zistroas d’ar gear. Eun intanvez a feson oa, gwir eo, ha mat e-kenver he fillor emzivad [3] re stag evelato a lavare lod oa ouz madou an douar evit gellout klevet petra rea d’ar paotr kez huanadi, ar pez a zigase daelou en e zaoulagad pa zelle ouz an nenv hag ar pez a waske e galon pa zelle ouz an tachou bras a zalc’h stag Jezuz Krist ouz ar groaz.

Pennherez ar maner nesa [4] avat, Gaït, an demezellig devot, he doa gouezet lenn e kalon ar potr saout ; alies e teue d’al lanneg el leac’h ma ouie kaout anezan, hag eno neuze, etrezo, e veze kaoziou dudius n’int bet klevet nemet gant an elez… Jopig a c’hellas hep dale zoken, henvel dre ho hano holl lizerennou Kroazig an Doue, daoust da c’hourdrouzou e vaeronez.

Nag hen oa desket… Eur paotr saout !… Evelato !…

Siouaz ! dont a reas eun dervez a zichans, a distridigez !

Aotrou Kerestin a fellas d’ezan e ouesfe e verc’h eun. draig bennak ouspenn lenn ar Bater hag an Ave, ha setu e kasas anezi d’ar gouent. Jopig a gollas evel-se e vestrez-skol. Nag a zaleou e skuilhas eur pardaez el lanneg ! Nag a zaolou en dervez warlerc’h. Gouela reas kement, ar c’heaz ! ma ’zoa gwalc’het lizerennou Kroazig an Doue gant e zaelou.

Karet a rea e levr hag e chome meur a heur dioc’htu da zellet ouz kroaz Hor Zalver a yoa er bajen genta, ha neuze e torre war e anken. Ar verourez, e vaeronez, a deuas eun dervez d’e welet en e labour. Siouaz ! kaout a reas ar paotr evel eat eus ar bed-ma, evel beuzet en e zonjou, ken n’en doa ket gwelet e zaout o vont da laerez a-gleiz hag a-zeou. Mont a reas eur zac’had droug er goueriadez, ken prim ha ken ter hag eur gorventen o tizac’ha en eun taol trum. Kregi a reas kerkent e levr ar paotrig hag e rogas anezan e mil damma nijas ama hag a-hont war eskel an avel.

Tra mantrus da lavaret ! Skeuden an Ao. Krist hi he-unan n’oa ket bet espernet !

A ! maeronez ! maeronez !… Kerkouls ho pije great regi d’in ive va c’halon dioc’htu !… N’he deus ket amzer, siouaz da jom d’am zelaou !… Mall eo ganti dastum he denved a-raok an noz !…

— Petra rez aze, paourig, daoubleget war al lann leiz [5] ? O va ene ! leun c’hoad eo e zouarn gant broudou an drez hag al lann !

— An dra-ze, Aotrou person, n’eo netra… mar galfen kaout treid va Jezuz hag unan eus e ziwreac’h a zo eat n’ouzoun dare da beleac’h gant an avel !

Treid ha diwreac’h da Jezuz, va faotrig kez ? E gwirionez, n’oun ket evit gouzout petra fell d’it lavaret ! Ha neuze, tenval eo, eat eo an heol da guzat eur pennad brao a zo. Poe nt eo d’it mont d’ar gear, paotr paour !

— D’ar gear n’ez int ket, Aotrou person, a-raok beza kavet tammou va imach kaer ! a lavaras Jopig o ouela dourek.

Hag e kountas d’ar beleg madelezus ar gounnar a yoa eat en e vaeronez o kaout eur C’hroazig an Doue etre e zaouarn, hag ar pez he doa great anezan. Ar beleg mat a oe skoet o kaout kement a zevosion en eur bugel.

Neuze — o tra gouest da deneraat ar galon ! — e oe gwelet ar persoun koz hag ar paotr-saout o vont a-ruzou a dreuz al lann, an drez hag ar spern, o klask tammou an imach benniget sebeliet e ten valijen ar pardaez, hag o lavaret Litaniou hano Santel Jezuz.

Klask a rejont pell bras, dindan lagad ar stered. Lavaret zo bet d’in ez oa en noz-ze eun arc’heal o roi d’ezo eur sked, eul luc’h dreist an ordinal.

En eun taol, setu Jopig o leuskel eur youc’haden laouen, hag o sevel evel eun tenn en e zav : kavet en doa an tamm diveza a vanke eus skeuden Hor Zalver. Hag ez ejont pep hini eus e du.

— Kerz buhan, Jopig, gant da zaout ha da zenved. Kea dre ar wenojen a zo a-drenv ar c’hardi… O santez Anna !… An ao. Person el leur !… Kea dillo, Jopig, da guzat, n’eo ket gwelet a rafe an Ao. Person da zilhad toull ha fank.

— Eo, maeronez, mont a ran.

— Deiz mat d’eoc’h ive, merounez Kerestin, ha da holl dud ho ti… Dont a ran da goms d’eoc’h eus ho filhor…

— N’eo ket posubl, Ao. Person ?… Da goms d’in diwarbenn va filhor ? Klevet mat am eus ? Siouaz ! eur paotrig dous eo, a gavan da vihana, mes paotr-saout fall ! Atao ema oc’h huvreal ! Kollet sen deus d’in ar gaera eus va danvadezed !

— Eur c’holl eo, a dra zur, hen anzav a rankan ; mes selaouit ac’hanon evelato, me ho ped. Ho paotr a zo eur bugel dibabet gant Doue evit sevel, divezatoc’h, ouz an aoter…

— Jopig… eun diskiant ?

— Eur paotrig divalis evel eun oan ! Eun eal gant eur c’horf ! C’hoant am eus d’e gas d’ar skolach.

— Evit an dra-ze, Ao. Person, e lavarin d’eoc’h dioc’htu n’hellan ket ober. N’em eus mui tamm ed ebet da gas da varc’had Lanndi, ha n’e ket deuet c’hoaz em fenn teuler va gwenneien…

— Roit peoc’h, gwreg goan a feiz… Piou a zo o c’houlen arc’hant diganeoc’h ?… Roit d’in ar bugel, ha me bourveo da bep tra.

— Perak ez eus kement a vole er mintin-ma gant kleier Komanna ? Livirit d’in ’ta, Aotrou va zad… Digorit frank ar prenestrou, ma klevin gwelloc’h o c’hanaouen a levenez ! Lakaat a reont eur peoc’h dudius da zisken em c’halon !

— Gaït, va merc’h, bez didrouz ha didrabas. Hizio ema oferen genta Jopig Kerestin, hon deus anavezet paotr-saout gwechall.

— An oferen genta, santez Anna ! O mar gallchen mont d’he gwelet !… Roet em oa va ger…

— Ne dalv ket d’it lakaat an dra-ze en da benn, merc’h kez, klanv out, ha n’hellez ket bale.

— A ! eme Gaït a vouez izel, beleg eo eta ! Brema e c’hellan mervel… Dont a rai da skuilha dour benniget war va c’horf paour.

Hag e oe klevet o c’hrosmolat komzou kenta an O salutaris. An abaden avat he doa dinerzet krenn anezi, ha Gaït a yeas da beur echui gant an elez ar c’hantik kaer d’an Osti zantel.

Daou zervez goude, kleier Komanna a yoa adarre e bole, eur bole leun a distridigez, eur bole klemmus en dro-ma, ar glazou eo a yoa ganto.

Eur brosesion a yea d’ar vered. Aotrou Kerestin a ouele puilh o vont warlerc’h an arched douget gant peder blac’h yaouank diwar-dro, hag ar beleg nevez a yea da genta o kana pedennou kanvus an Anaon.


————


KILHOG BETLEEM


————


Bez’ ez oa e Betleem, bro ar Jude, eur c’hilhog gwisket kaer hag en doa eur vouez kaeroc’h c’hoaz, ar pez a reas henvel anezan Kan-Sklear. Kerkent ha goulou-deiz. e veze klevet e vouez skiltrus o tregerni, o tiston a-raok pep mouez all betek pennou pella ar zaonen.

Ar c’hilhog-se a yoa dre wir da Obiaz, eur mesaer koz eus ar menez, en doa e welet o c’henel e klud e yer. Kerkent ha ma tispake ar c’hilhog e vouez, ar mesaer devot kenan a rea eul lamm er meaz eus e wele hag a yea d’an daoulin da adori Doue ha d’e drugarekaat evit e vadoberou. Goude ez ea d’ar c’hraou, eno edo e holl zanvez : eun ejen kaer ha pevar benn-darvad. Leaz e zenved ha viou e yer, setu peadra da veva, ha ne c’houlenne netra ebet ken. Beva rea e unanik, en e di-soul kollet er menez, abaoue m’oa deuet Doue da lammet digantan e wreg hag e zaou vugel. Doue a sko dizamant ar re a zo karet gantan ! Obiaz a c’houie kement-se, ha setu perak e plege goustadik dindan dourn ar Mestr karantezus, ne lamm digant Job kement en deus nemet evit kaout ar blijadur da rei d’ezan en dro diou wech kement all.

Hogen, eur pardaez, d’ar 24 a viz du, endra ma koueze an erc’h a druilhadou, setu ma klev hor mesaer skei eun taol skanv bennak war an nor. Daou ziaveziad a yoa eno : eur goaz eun tammik war an oad hag eur wreg yaouank c’hoaz ha kaer dispar :

— Deuet omp da Vetleem, a lavaras ar beachour, evit lakaat hon hano war ar rollou, evel m’eo gourc’hemennet gant Sezar. En aner omp bet o klask lojeiz en hostaleriou. Va gwreg koulskoude, her gwelit a rit, a zo gwall skuis ! Ne c’houlennomp ket kalz a dra ; mes, abalamour da Zoue, roit d’eomp eun dournad kolo en ho kraou da dremen an noz.

— Tud kez, eme ar mesaer koz an daelou o tont en e zaoulagad, trempet eo ho tilhad, ha krena ra hoc’h izili. gant ar riou !… Buhan, deuit buhan em lochen ! Tostait ouz an tan, ha kemerit ho lod eus va zammig pred. Eur skudellad souben al leaz a raio vad d’eoc’h ! Goude e roin d’eoc’h va gwele da dremen an noz, hag hoc’h azen a vezo brao er c’hraou gant va loened, n’eo ket kolo a vanko d’ezan !

Daoust da galon vat Obiaz, Jozef ha Mari, anavezet hoc’h eus anezo, ne falvezas d’ezo kaout ken gwele nemet kolo seac’h ar c’hraou, hag abret ez ejont da c’hourvez, rak skuis maro oant.

Obiaz, hen ivez en em roas da gousket hepdale. Kousket kalet a rea zoken, en despet d’an avel diroll a c’houeze er meaz. Ya, an avel a yude mantrus e plegou ar menez o strilha d’an douar ar gwiskad erc’h teo a c’holoe skourrou ar gwez pin hag o regi ar c’houabr du a yoa en nevou o c’haloupat an eil warlerc’h egile.

Mes, setu e kreiz an noz, e klever evel eun taol klêron, eur pez youc’haden skiltrus a-dreuz sioulder an ti :

« Kokoriko-o-o-o ! »

Obiaz a zihunas sebezet, a zavas eun tammig en e goaze, hag hen da frota e zaoulagad, o kredi huvreal c’hoaz. Sevel a reas koulskoude nec’het bras ! Kornzigeri a ra dor e di evit sellet ouz kambr ar stered, e orolaj.

Setu ama eun dra zouezus avat, emezan. N’eo ket ouspenn hanter-noz, hag eo dihun Kan-Sklear !… Ar c’henta tro eo d’ezan da zihuna ac’hanon a-raok ar poent.

— Kokoriko-o-o-o !

Ha kerkent, gant sikour sklerijen an heol, Obiaz a welas e gilhog Kan-Sklear savet uhel war doen e graou, uhel e gribel gantan, e ziouaskel astennet, hag o kana. da vouzara :

« Kokoriko-o-o-o !! »

Peoc’h ! peoc’h ! Rei a ri peoc’h, labous fall ! Emaout o vont da zihuna ar paour kez tud a so kousket aze hag o deus kement a ezom da ziskuiza !…

Ha kredi a reot-hu ? Ar c’hilhog kerkent en em roas da goms. An holl a c’hoar e komzas al loened en nosvez eurus-se, evel ma reant gwechall araok ar pec’hed e baradoz an douar. Ar c’hilhog a respontas eta evel pa viche bet eun den eveldomp :

Digarezit ac’hanon, va mestr Obiaz, hogen mar fell d’eoc’h e tavfen eo kouls d’eoc’h starda dioc’htu ar gorden-ma war va gouzoug. Ha penaos e falvesfe d’eoc’h e tavfen, me, Kan-Sklear, me karget dre vicher da gas d’an dud kelou goulou-deiz, e tavfen en deiz-ma ar c’haera eus an deiziou ?… P’ema an Heol dreist an holl heoliou o nevez skedi, p’eo diskennet eus an nenv krouer ar sklerijen ?… Obiaz, va mestr mat ! Meulit an Aotrou ganen ! rag ar Mesiaz, Mab Doue, ar Zalver gedet a zo aze !… Ganet eo bremaik, dindan ho toen er paour kez kraou-ma. Ha me, ar c’henta eus an holl grouadurien, me a embann d’ar bed-oll ginivelez eürus an Heol dasprener ! Kororiko-o-o-o  !!

Hag an hekleoiou a dro-war-dro dihunet en eun taol a lavaras ivez peb hini d’e dro : « Kokoriko-o-o-o  !! »

Nec’het ha laouen bras war eun dro, ar mesaer koz a yeas er c’hraou, el leac’h ma kavas Mestr ar bed-oll e doare eur bugelig gourvezet war eun dournadig kolo  ! Mari ha Jozef hen adore didrouz ; an azen hag an ejen a denne d’Ezan o halan evit tomma e izili ; an denved a rea : « Bê-ê-è  ! » goustadik.

Obiaz a gouezas d’an daoulin, d’hen adori, ha goude gant prez ez eas d’ar menez da gas ar c’helou eürus d’ar vesaerien-all a yoa d’ar poent-se o tremen an noz war-dro o loened.

Obiaz neuze a welas oc’h tu ar sav-heol eur stereden gaer meurbet, a skede muioc’h-mui dre ma save dioc’h ! ar meneziou e bolz an nenv. Kerkent e klevas eur c’han ha n’oa ket eus an douar :

« Gloar da Zoue e bar an nenvou ! Peoc’h war an douar d’an dud a volontez vat ! »

Tri eal, gwisket gant dilhad gwenn skedus a dosteas ouz Obiaz hag a lavaras d’ezan evit hen dienkrezi :

« N’ho pezet nep aon, den karantezus, meulit Doue kentoc’h, rak ar Bugel a zo nevez ganet du-ze en ho ti, a vezo abeg eul levenez vras evit ar bobl a-bez : ar Zalver gedet eo, ar C’hrist, hon Aotrou !

« Kokoriko-o-o-o ! » eme Gan-Slear divar e doen goloet a erc’h.

Unan eus an elez a vousc’hoarzas d’ar c’hilhog hag a lavaras d’ezan :

« Ra vezi benniget, Kan-Sklear, te hag ac’h eus da genta meulet hag embannet donedigez ar Zalver divin, te hag ac’h eus en doare-ze gwestlet d’Ezan da vouez skiltrus ha freas !… Siouaz ! kan ar c’hilhog a zav hizio da embann ginivelez ar C’hrist a zavo ivez eun dervez da embann e Basion glac’harus ! Hekleoiou Jeruzalem hen aslavaro eun deiz, ha drezout, kilhog, ez ai broud ar morc’hed e kalon an diskibl nac’het gantan e Vestr a-benn teir gwech. Abalamour da-ze, o Kan-Sklear, — perak n’hen lavarfen ket d’it ? — e vezo lakeat da skeuden e kichen hini ar Groaz a vezo bet Jezuz warni o paea pec’hejou an dud. Evit echui, o kilhog evesiant ! evel ma ’z out bet savet war doen kraouig ar c’hinivelez, kenta iliz Hor Zalver war an douar, dont a raï eun dervez ma vezo gwintet da skeuden uhel uhel en oabl, da blava war ilizou Roue ar rouaned. Te, Kan-Sklear, a vezo kilhog an holl douriou ! evit ar c’hristen e vezi skeuden ar vertuz war evez, hag evit ar boblou da zont, skeuden ar frankiz ! »

Hag o veza lavaret kement-se, an eal a yeas gant an elez-all a-denn-askel a-dreuz an uhelderiou en eur gana :

« Gloar da Zoue e bar an nenvou ! »

Kan-Sklear,evit e drugarekaat, a huchas krenvoc’h c’hoaz eget er gwechou-all :

« Kokoriko-o-o-o !!! »

AR BOD BEUZ BENNIGET


Evit ar Zul Bleuniou


————


— « He !… Youen Geradennek, eur vouest eus Frans evidout !… »

Hag an hekleo a ziskanas an hano ker c’hoek d’ar re a zo pell eus o bro : « Frans ! »

Hep dale e oe gwelet eur Breton bihan o tilammet eus e delt lien :

— « Evidon ? » emezan.

— « Ya ! lavaret a rafet ! »

Hag ar mignon a zav ar vouest war bouez e vreac’h da ziskouez d’ar Breizad eürus. Hema a lenn kerkent a dreuz e zaelou a levenez an adres skrivet teo gant e vamm… O ya, gant e vamm, n’en deus poan ebet oc’h anaout he skritur.

Ar mignon Goubay a zalc’h krog er vouest keit ha ma labour Keradennek da ziskoulma an neuden a zo oc’h ober an dro d’ezi. Skoulmet mat eo.

— Troc’h anezi ! a lavar Goubay.

— Ya ! Trec’hi eun neuden great ha skoulmet gant va mamm…. e Breiz-Izel ?… O ne !… Ne garfez ket evelato ?…

Komzou ar Breizad a ya war-eün betek goueled kalon. e vignon :

— « Gwir a leverez ! » eme hema.

— « O ! Ar vouest-ze bet etre daouarn e vamm !… Ar vouest-se bet lakeat ganti war eur vatimant da vont betek he mab, zouav du-ze en Afrik, pell pell en tu-all d’ar mor bras… daoust ha petra a zo kuzet enni ?

Hag o daou neuze hant hast e tilammont ar golo koat hag eur bern paper. Ha petra welont ?… Eun toullad krampoez gwiniz-du !!!…

— O mamm vat ! eme Geradennek, hi eo he deus aozet ar c’hrampoez-ze evidon … Pegen alaouret int ! Ha pebeus c’houez dudius a zo ganto !… Ne gavez ket, Goubay ?

— Digas a reont sonj d’in eus kouignou ar Vandee ! a respontas ar paotr a vouez izel o plega e benn… mes siouaz ! n’em eus mui den ebet du-ze en hor c’hear-ni da ober kouignou d’in !…

— Mat ! mat !… arabat eo d’it mont da ouela evit an dra-ze !… Del ! debr ar re-ze a-raok ma vezint dizec’het gant avel bero an Afrik !…

O lavaret kement’se o doa dizavet goustadik ar c’hrampoez tano. N’oa hini vruzunet ebet ! Ar vamm-ze a c’houie pakeda brao an traou !…

En eun taol, krak ! setu daoulagad ar Breton o koueza war eur skourrig glas :

— Sell ’ta, emezan, petra eo an dra-ma ?

— Eur bod beuz benniget ! emezo war eun dro.

Youen a grog gant doujanz er skour glas diouanet war douar e vro, pell pell du-ze, harp ouz e di. Lavaret a rafet ez eo bet troc’het en derc’hent, ker fresk eo c’hoaz. An deliou glas-velen-ze a vir pell boueden an drojen o magas ; henvel int ouz paotred an Arvor a vir en o ene ar feiz koz o deus sunet ez vihanik.

Kas a ra d’e vuzellou ar skour benniget evit pokat d’ezan gant feiz, devosion ha karantez. Seblantout a ra d’ezan klevet c’hoaz gant ar beuz-se c’houez an ezans, an dour benniget, ha mouez ar pedennou hag ar c’han.

E galon vat a reas d’ezan divinout ez oa eun tamm avi e hini e vignon dirak kement a eùrusded, ha setu hen ha diskolpa eur bodig da rei d’ezan :

— Daou vod eleac’h unan hon deus breman ! emezan. Del, va mignon, kemer hennez te !…

Kerkent e oe klevet hopal :

— War zao ! War zao ! D’ho fuzuliou, paotred !

Birou a skoe stank stank war-zu enno hag a roge deliou ar gwez a dro-war-dro.

— War a-raok ! eme ar serjant d’an holl zoudarded ha krog omp en unan bennak eus ar gouezidi-ze, hervez an urz roet gant ar c’habiten !

— Ya, war araok ! eme ivez an daou vignon eun tammig dies o fenn abalamour m’oant bet troc’het en o c’haoziou tener.

Ar skourrou bet binniget en eun ilizig a Vreiz-Izel d’ar Zul Bleuniou diveza a oe lakeat difre e godel ar chupen, ha neuze, prim ha prim, setu an daou zouav o tilamm da zailla war ar gouezidi. En em zantout a reont krenv evel loened hag hardis evel bleizi. Seblantout a ra d’ezo ema Breiz ha Bro-C’hall a-bez o sellet ouz an daou zen yaouank o deus kaset pell du-ze da greski o sked, da zifen o douarou hag ho misionerien.

Ar birou a fuc’h atao a-dreuz d’an ear, hogen, rouesât a reont ; tennou fuzul a druilhadou a respont d’ezo kerkent, ha dizale zoken ar c’habiten chomet er gear ne glev mui grik ebet.

Goude beza gedet epad eun toulladig heuriou, eat bihan e galon gant an enkrez, setu ar c’habiten o welet e dud o tifourcha a douez ar girzier.

— Kabiten, eme ar serjant o tiskouez ar Breizad hag ar Vandead skuis maro mes laouen evelato, an daou-ma o deus kerzet evel daou bennfollet !

Lavaret a reas c’hoaz o tiskouez ar vorianed a stlejent d’o heul :

— Int-i eo o deus o daou tapet krog er vorianed-ma !

Ar c’habiten a ra eur zell war ar vorianed ; unan anezo a zeblant d’ezan beza eus ar pennou bras… Sellet a ra goude ouz an daou vignon kalonek… O dilhad a zo poultrennet, roget… Gwelet a ra dreist-oll ar skourou glas o tont eus o godellou :

— N’ouffen ket, emezan, e ve eus ar plant-se er vro c’houez-ma !…

— Nan, va c’habiten, eme ar Breton, ar plant-ma a deu eus Frans, benniget int bet em iliz parrez d’ar zul Bleuniou, ha va mamm eo he deus o digaset d’in !

Ar c’habiten a yoa skoet e galon gant ar pez a gleve : e vugaleaj a dremenas dre e spered, ha souden e vouez a zavas da lavaret uhel :

— Eun dra bennak, va mignoned, a vank da skourrou glas ho Pro !… Gouzout a ran petra eo… An dra-ma !

Kemeret a reas diou vedalen outo rubanou tri liou Frans, hag e stagas anezo e-unan war bruchedou an daou vignon, e kichenik ar beuz :

— Ha brema, emezan, paotred kalonek, e c’hellit hopal ganen : « Ra vevo ar Frans ! » rak ar Frans a zo a-bez war ho kalonou !

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

D’ar poent m’en em stleje mantel zu an noz war gwez koko ha banan an Afrik, an deiz a darze war Breiz-Izel, ha dizale an heol a lede e liou melen aour war gerreg an aochou.

Mamm Youen a yoa en he zav war dreujou he dor o floura ar voden-veuz glas a greske harp oc’h he zi ; lavaret a rea d’he amezegez :

— O Berc’hed, va fôtrez kez ! pebeus huvre kaer em eus-me great en noz-ma ! Ar bodig beuz am oa kaset da Youen a deue a-nebeudou da veza eur vedalen !… O mar hen defe va faotr ar vedalen a enor da zont d’ar gear !…

Berc’hed a yoa eat he spered da gaout he breur, misioner en Dahomey. Sevel a reas he fenn en eun taol krenn da respont :

— Evit sur, mar hoc’h eus huvreet an dra-ze, kement-se a c’hoarvezo ! Daoust ha n’ema ket ar Vretoned da genta e pep leac’h ?…

YANN HA MAC’HARID


————


I


Mont a reant, ar c’hez emzivaded, tristik o doare, dre lanneier Plomeur, e Kerne, hep gouzout d’ar just da beleac’h.

Truez oa gwelet anezo gant o dilhad truilhennek. Mac’harid (Gaid) he doa c’hoec’h vloaz ha Yann tost da bevar. O mamm a yoa kousket e gwered ar barrez ; o zad avat a yoa bet beziet er mor. N’o doa mui na kar na par da deuler evez warno.

O tihun er mintinvez-se war he gwele raden e ti ar Gof, Gaid a reas sellou nec’het en dro d’ezi hag e teuas eur mora zaelou eus he daoulagad.

— Va Doue ! va Doue emezi, gwir eo eta an huvre am eus bet !

N’oa ket eun huvre, siouaz !

Dont a rea sonj d’ezi eus ar pez a yoa c’hoarvezet, gwelet a rea a spered he mamm drouk livet hag astennet war eur c’holc’hedad kolo, an aotrou person en he c’hichen, o pedi ; Rene, ar c’hurust, o tont en ti da heul ar beleg, eur c’hloc’hig gantan en e zourn… Hag e klevas ar glazou kanvus… Kaer o doa o daou gervel o mamm, respont ebet na roe.

Lavaret oe d’ezi oa maro he mamm.

Gouzout a rea brema petra oa kement-se. Yannig avat na ouie ket c’hoaz. Gouela rea, ha dalc’hmat e lavare :

— Pegoulz e teuio mamm ?

Gaid, ar c’hoar hena, a gemeras anezan etre he diwreac’h hag a lavaras d’ezan :

— Mammig na glev ket ac’hanout, Yann… N’ema mui aze.

— E peleach ema ta, Gaid ?

— Mont a ran d’hen lavaret d’it : eat eo warzu baradoz an Aotrou Doue.

Yannig en em roas da ouela muioc’h— mui.

— Ha perak n’he deus ket kaset ac’hanomp ganti  ? N’hor c’harie ket neuze ’ta  ?

— Eo, Yann, mamm a garie ac’hanomp, kalz en deün.

— Ya, Yannig.

— Mat, dont a rai neuze d’hor c’herc’hat ?

— Me fell d’in e teufe dizale… ya, dizale. Ni a zo re reuzeudik hon doare.

Ar bugel a jomas eur pennad da ober e zonj, hag e lavaras adarre :

— N’eus na naon na sec’hed er baradoz, n’eo ket ’ta, Gaid ?

— Nan, Yannig, mes red eo beza fur, fur kenan evit mont di.

— Ni vezo fur !

— An Aotrou Person en deus lavaret ive eo red gouzanv hep en em glemm ar boan, an naon, ar zec’hed, ar skuisder, ha beza sentus bepred, mar fell d’eomp mont da gaout hor mamm d’an nenvou. Doue e-unan eo a c’halvo ac’hanomp pa vezo deuet ar mare. Ha marteze hon devezo pell c’hoaz da jom war an douar. Eur mennoz a deu d’in, Yannig.

Ar paotrig a zavas e benn da lavaret :

— Eur mennoz  ?

— Ya ; sonj em eus e lavaras mamm d’in eun dervez  ;

Doue a fell d’ezan, Gaid kez, e tizrofen davetan. Pa ne vezin mui aze, te a gemero da vreurig dre an an dourn hag a yelo gantan dre ar raden hag al lanneier da verouri an tonton Loiz, e Gouesnac’h. Va breur Loiz a zo eur c’hristen mat hag en devezo truez ouz ho tienez, hag a roio d’eoc’h loj en e di ha bara da zebri.

Hor mamm vat a lavaras c’hoaz :

— C’houi garo ho tonton Loiz hag a zento outan.

— O ya. Gaid, ni garo hon tonton Loiz hag a zento outan. Deomp d’i, Gaid, deomp dioc’htu.

Ha setu petra rea da Yannig ha da C’haid beza oc’h ober hent dre lanneier Plomeur, e bro Gerne !

II


Eun dervez kaer a yoa. An heol a yoa tomm, ha n’eo ket souezus p’eo gwir edod e miz gouere. Bolz an nenv a yoa digoc’hen, nemet eun tamm gloan danvad bennak uhel, uhel, a yea hag a deue kaset gant an aezennig skanv. Hag an daou vugel a jome da zellet outo gant plijadur ; kustumetoc’h oant da welet koumoul du o tremen uz d’o lanneier.

Yann a lavaras d’e c’hoar :

— Hor mamm eo a zo d’an neac’h o vousc’hoarzin ouzomp hag o kas ac’hanomp da di hon tonton Loiz. Anaout a rez anezan, Gaid ?… Anaout a rez tonton Loiz ?

— Eur wech em eus e welet er pardon du-ma ; pell zo abaoue.

— Dizale e welimp anezan, n’eo ket gwir, Gaid ?

— N’ouzoun ket, Yannig ; kredi ran evelato.

Yannig a oe darbet d’ezan anzao en doa naon ha sec’hed, ha poan en e dreid noaz. Tevel a eure koulskoude, o sonjal e ranke gouzanv hep klemm evit gallout beza digemeret eun deiz el leac’h edo e vamm.

An daou vugel a valeas hir amzer dre al lanneier hep gwelet den. Bep eun amzer, eur golvan, eur boc’hig rus, savet uhel war blenchen ar vein-hir goloet a van, pe kuzet en eur voden lann, a gane, a richane en enor d’an daou veachour ; hag an dra-ze a roe d’ezo eun tamm nerz-kalon.

— Sell, Gaid, hennez, eme Yann, eo boc’hig-ru hon liorz. Hen anaout mat a ran. Mont a ra da lavaret da donton Loiz emaomp erru.

Gaid na lavaras netra. Seblantout a rea beza nec’hetoc’h eget he breur. Alies e chome a-zav, hag he daoulagad en drem-wel, e klaske gwelet merouri Gouesnac’h pe da vihana nadoz eun tour bennak da ziskouez d’ezi an bent. Mes, kaer he doa, ne wele netra, ar baotrez kez !

An daou vugel a deue da veza skuis maro. Setu i o koueza o daou war eur mean e kichenik eur voden valan. An heol a yoa diskennet izel ; dizale e teuje an noz hag oa red d’ezo kaout eun toull bennak d’he zremen.

Yann a c’houlennas evit an dekved gwech :

— Erru omp tost, Gaid ?

Siouaz ! Gaid na grede respont netra. Briata reas he breurig en eur ouela hag e lavaras d’ezan :

— Pedomp an Aotrou Doue, Yann ; hen hepken a c’hell savetei ac’hanomp.

— Pedomp ive ar Werc’hez, Gaid, ha santez Anna-Wened hag an Aotrou sant Erwan.

— Ya, pedomp, pedomp !

Mont a rejont d’an daoulin, hag e savjont warzu an nenv o moueziou glan leun a anken. Doue ne c’helle ket ober skouarn vouzar ouz pedennou daou ealig ker fur !

Setu i o klevet an Angelus er pellder.

Saveteet oant !

III


Mac’harid a grogas e dourn Yann : Deomp brema, emezi, Doue en deus selaouet ac’hanomp hag en deus bet truez ouzomp. Kloc’h Gouesnac’h eo hep mar an hini hon deus klevet.

— Ya, eme Yann, hen eo sur a-walc’h. Deomp. Hag e lamme gant al levenez.

Taoliou diveza an Angelus o doa ehanet da skei hag a yoa eat da ober hekleo da benn pella lanneier Plomeur. Yann ha Mac’harid a yeas war-zu al leac’h ma seblante d’ezo o doa klevet ar c’hloc’h. Ankounac’heat o doa holl boaniou an dervez kris-se. Sonjal a reant brema en digemer laouen a raje tonton Loiz d’ezo, el leaz teo gant bara du a vije roet d’ezo, er gwele raden ha yeot seac’h ez ajent da c’hourvez warnan.

Mont a reant dre eun hent doun, kleuziou leun a vrug rus en daou du d’ezan. En eur c’horn-tro e weljont eur groaz ven savet Uhel. Ar vugale a reas sin ar groaz en enor d’ar C’hrist a blege d’ezo e benn kurunet a spern, hag en hent adarre.

— Pa lavaren d’it, eme Vac’harid, an Aotrou Doue eo a zo oc’h hentcha ac’hanomp… Sell, na kaera foenneg ! Yann a yoa o vont da lavaret eun dra bennak warlerc’h e c’hoar pa glevjont eun den o koms gant eur vouez c’hroz. Eur Breizad, eun tammik war an oad, a yoa dirazo o c’houlen outo :

— Paour kez bugale, da beleac’h ez it d’ar poent-ma eus an deiz ?

— Ni a zo o vont da di eun tonton d’eomp o chom e Gouesnac’h, a lavaras Mac’harid.

— Eun tonton o chom e Gouesnac’h ?

— Ya, eme Yann, ni a zo o klask hon tonton Loiz, breur hor mamm vat nevez galvet gant Doue d’e varadoz.

Ar c’houeriad a reas eur skrijaden hag e teuas eur berad daelou da lugerni e korn e lagad.

Kregi a reas e dourn ar vugale hag e kasas anezo dre gichen ar groaz, en eur lavaret d’ezo :

— Deuit ganen, bugale, arabat eo d’eomp chom dre ama.

— Perak, eme Yann, ne deomp ket dre ar prad-se ? M’em bije dastumet bokedou koant da gas d’am zonton Loiz !

— Aze ez eus toullou doun. Ez eac’h da goll o vont dre ar prad-se.

— Va Doue ! Itron-Varia ! a lavaras an emzivaded spontet.

Erru oa an noz. Ar c’houeriad hag ar vugale a yeas buhannoc’h. Eur wenojen a gasas anezo betek eur foenneg a yoa enni eur vioc’h lart hag eun toullad denved o peuri. Pelloc’h, dindan ar gwez avalou, e weljont eun ti-soul.

— Aze eo, eme ar c’houeriad o tiskouez an ti d’ar vugale.

Chom a rejont goude eur pennadig hep lavaret ger, ha Gaid a c’houlennas a vouez izel :

— C’houi a anavez eta hon tonton Loiz ?

— Bugale gez, me eo ho tonton… an tonton Loiz emaoc’h o klask. Hiviziken, c’houi vezo bugale d’in-me Hag o welet daou bennad bleo melen etouez an ed en eur park a-dost e lavaras : Ha setu aze ho tiou c’hoar ; kalon vat o deus, karet a raint ac’hanoc’h !

— Pebeus eürusted ! a lavaras Yannig. Ni a bedo holl an Aotrou Doue da zigemeret hon tad hag hor mamm en e varadoz, evit ma ’z aimp di ni ivez d’e garet ha d’e veuli pa vezo deuet ar poent.


(Troet divar Almanach de l’Œuvre Expiatoire,
La Chapelle-Montijeon, Orne).


————


NIK HA SEVEN [6]


————


En amzer ma teue aliez Jezuz hag e Vamm zantel da ober troiou bale er vro-ma, e veve daou zijentil yaouank, Nik ha Seven.

Nik a oa krog en e c’houezek vloaz ; ha Seven ne oa c’hoas nemet pevarzek.

Seven a garie an Aotrou Doue hag ar beorien a zo bugale muia karet an Aotrou. Ne jome ket pell e wenneien en e c’hodel. Nik avad na roe da bep-hini nemet ar pez a ranke, ha marc’hata a rea c’hoas zoken.

O zad a oa êt diganto, hag o mamm a zonjas kas anezo da flec’h (floc’hed) da di o eontr a oa o chom e pell bro. Eun devez eta, e roas bep a vantel vouk (glas), bep a yalc’hadig vat, ha bep a loan kezek d’ezo, hag an daou vugel da vont laouen o c’halon da welet broiou nevez.

Hogen en eur c’hroaz hent, eur vintinvez, e welchont. en he c’hoazez etal eur groaz, eur vaouez keaz kuzet he fenn ganti en he zavancher. Seven a reas d’e varc’h. chom a zao, hag hen goulen digant ar baourez petra rea d’ezhi beza o lenva. Hi a lavaras oc’h hirvoudi :

— Maro eo va mab diganen ! Ha brema eo red d’in mont da glask va zammik bara !

Seven a oe mantret ; mes Nik, eat eun tammik larkoc’h, a hopas gwap warnan :

— Ha kredi a ri ar pez a glevi gant kement klufan a gavi ? Huanadou ar wrac’h-se a zo eur griped da gaout da yalc’h diganez.

— Va breur, ro peoc’h, en han’ Doue ! Da gomzou c’houero a ra d’ezi gousla muioc’h-mui.

Hag hen o rei e yalc’h d’ar wreg paour :

— Dalit ; ne hellan rei nemet an dra-ma d’eoc’h, mes pedi a rin Doue ma blijo gantan skuilh eur beradig gliz bennak war ho kalon.

Ar baourez a gemeras ar yalc’h o lavarout :

— P’eo gwir hoc’h eus bet ar vadelez da rei d’in ar pez ho poa, kemerit ar graouen-ma a zo enni eur wespeden great he flem gant dir.

Seven a gemeras ar graouen, hag e vreur hag hen a yeas gant o hent adarre.

Digouezout a rechont abenn eur pennadik e-kichen eur c’hoat. Er c’hoat-se, eur bugelig noas-pilh a glaske eun dra bennak, mêl marteze, e toullou ar gwez, ha kana a rea war eun ton ken klemmus ha gousperou an Anaon :

— Riou (anoued) am beus !

Seven a lavaras d’e vreur :

— Jezuz ! Nik, nag ar paourkeaz bihan-se a c’houzanv gant an avel yen !

— Rividik eo eta ! Me ne gavan ket an avel tamm yen ebet.

— N’eo ket dies d’it. Te a zo gwisket mat, e leac’h hen, n’eus nemet an ear en dro d’ezan.

Hag hen ha chom a zav, gervel ar paotrig, ha goulen outan petra ’rea.

— Me zo o klask an nadoziou-aer a zo kuzet er gwez, eme ar bugel.

— Ha petra ’ri ganto ?

— P’am bezo kavet kals, me a yelo da werza anezo, ha me a breno dilhad a roio tom d’in.

— Ha kavet e teus ?

— Unan hebken. Er gaoued broen-ma ema. Sellit, Aotrou.

— Ma, eme Zeven, kemer a ran kaoued hag all. Dal va mantel vouk, paour keazik, da gaout tom d’az izili.

Hag an daou vreur gant o hent adarre. Seven en doa riou da genta ; mes tremenet ar c’hoat ganto, an avel a davas, ar c’houmoul a zispakas, hag eur wazien heol a baras.

E oant neuze tostik ouz eur prad glas. Er prad-se ez oa eur feunteun hag, azezet etal ar feunteun, e oa eun den koz. Eur val a oa gantan war e skoaz ha seblant skwiz a oa war e zrem. Pa welas an daou zen yaouank, e c’halvas anezo gant eur vouez truezus. Ha Seven da dostaat outan.

— Petra ’peus c’hoant, tad koz ? emezan.

— Allas ! Aotrouien, gwelet a rit peger gwenn eo va bleo ha peger roufennet eo va zal ! Kabac’h oun deuet da veza, ha va divesker o deus beac’h o tougen ac’hanon. Red e vezo d’in mervel ama, nemet gwerza a rafe unan ac’hanoc’h e varc’h d’in.

— Gwerza eul loan d’it, klasker bara ! eme Nik gant dismegans. Ha paet e vezo ?

— Gwelet a rit ar vezen-ma. Enni ez eus eur giniden hag a oar ober gwiad krenvoc’h eget an dir. Evit eul loan ho pezo anezi.

Ha Nik o tirolla da c’hoarzin. Seven avat a lavaras gant dousder :

— Me a ro va loan d’eoc’h, va den mat ; n’eo ket abalamour d’ar giniden, mes abalamour ho peus poan.

— Bennoz Doue d’eoc’h ! Aotrou.

Hag an den koz a zav war ar marc’h hag a gerz seder.

Nik na oe ket evit mirout da lavaret traou d’e vreur :

— Genaouek emezan. Mez a dlefez da gaout ! Te a vezo reuzeudik da stad brema ! Sonjal a reez marteze am biche daouhanteret va zraou ganez ? O tra ! ne vezo ket ar stal egiz-se !… Skiant prena, skiant gwella ! Te a zesko diwar da goust beza furoc’h hiviziken.

— Na oa ket bet morse em zonj, eme Zeven, kaout lod eus ar pez a zo d’it, Nik. Kea eta. Me a yelo ivez.

Nik a dec’has, lorc’h ennan war gein e varc’h. E vreur a gerze war e droad war e lerc’h hep rebech seurt d’ezan.

Digouezout a rechont e giz-se war eur streat (garden) stris, gwasket e pep tu gant eur menez. Ar streat-se a oa e hano ar streat villiget, rag en he c’hichen a veve eur rounfl hag a bake atao (dalc’hmad) an dud pa gleve anezo o tremen. Dall e oa, seizet ivez, mes ken tano e oa e ziouskouarn ma ouie pe da vare e teue eur vuzugen eus an douar. Da vevelien gantan e oa daou erer don a niche war e gomz da dapout nep piou bennak a yea gant ar streat.

Nik na ouie seurt, hag hen gant e varc’h dre ar streat.

— Va chas mat, eme ar rounfl, it da gerc’hat an tremeniad-ze d’am lein d’in.

Hag an daou lapous da vont gant herr e-giz eur boled. Hag int kemer Nik ha kas anezan d’ar rounfl.

Seven a zigoueze d’an ampoent e penn an hent stri. Gwelet a eure e vreur o vont gant an daou erer. Hag hen koueza war bennou e zaoulin :

— Aotrou Doue holl-c’halloudek, emezan, saveteit Nik va breur !

— N’ez ket da zirenka Doue gant eun dra ken dister, eme eur vouezig flour en e gichen.

Ha Seven trei e benn, na welas gour.

— Piou eta a zo o kaozeal ? emezan. Peleac’h emaoc’h ?

— E godel da chupen, eme an teir vouez.

Hag an den yaouank klask en e c’hodel, ha tenna er meaz ar graouen, ar gaoued hag ar vezen. E pep hini anezo, c’houi a oar, e oa eur loenig bihan.

Ha Seven d’ezo :

— C’houi eta eo a fell d’eoc’h savetei Nik ?

— Ya, emezint.

— Ha penaos, va netraïgou ?

— Digor warnomp hag e weli.

Hag ar giniden steui eur wiad kalet evel an dir ; hag hi sevel war gein an nadoz-aer a zougas anezi en ear : eur skeul a wias ; Seven a bignas gant ar skeul vurzudus, ar wespeden o nijal dirazan, ken e tigouezchont e ti ar rounfl.

Ar rounfl dall ha seizet a oa en e goaze war al leur-zi. Bralla a rea e gorf o kana :

Me a gar kik al Leonard
Maget druz-druz gant fars ha lard ;
Re Dreger a zo mat o blaz,
Blaz krampouez fritet ha leaz glaz ;
Mes re Wened ha re Gemper,
Foei !…………………………

Hag o lavarout ar zen-se, e renke pastellou kig moc’h da boaza Nik. Henma a oa e-harz e dreid, ereet e zivesker (diouhar) hag e zivreac’h egiz eur penn-yer da lakaat ouz ar ber. An daou erer a oa eno ivez : unan o tresa ar ber hag egile o c’houeza tan.

Trouz ar rounfl o kana a viras outan da glevet Seven hag e deir vignounez. An daou erer avat a oa o vont da blanta o skilfou e Seven, mes dallet e oent gant flem dir ar wespeden. Houma a nijas etresek ar rounfl a oa bet dihunet eus e hunvre gant skrijadennou e zaou vevel, hag hi a skei warnan. Ar giniden a zeuas hag a dapas anezan en he gwiad dir. Gervel e zaou vevel a reas ar rounfl ; ar re-ma a ziredas, n’eo ket d’e zifenn mes d’e zispenn. Dibri a rechont ar rounfl a dreuz d’ar wiad dir, hag e krevchont : kik rounfl a laz.

Ha Seven da ziliamma e vreur ha da bokat d’ezan. Great e labour gantan, ez ejont er meaz. An nadoz-aer hag ar wespeden a oa eno, sterniet ouz ar gaoued, a oa brema eur wetur gant ar graouen hag ar vezen da roujou. Hag int lavaret d’an daou vreur mont er wetur. Ar giniden a grogas er zugellou. Ha yao ! ker buhan hag avel. Ar wetur a dapas douar e-kichen ti eontr ar baotred yaouank. An daou vreur a gavas eno o loaned a zeblante beza ouz o gortoz. Ouz dibr marc’h Seven e oa yalc’h henma hag e vantel, mes ar yalc’h a oa teurennek hag ar vantel goloet gant perlez aour.

Sebezet, na petra ’ta ? Seven a droas war-zu ar wetur da c’houlen digant e loenedigou petra oa an dra-ze. Ar wetur ne oa ken eno, hag e leac’h ar wespeden, an nadoz aer hag ar giniden, ez oa tri eal lugernus.

Hag an daou vreur koueza war bennou o daoulin. Neuze, eun eal, an hini kaera ha gwisket ar splana, a lavaras da Zeven :

— N’az pez aoun ebet, te hag a zo mat da galon ; rag ar vaouez, ar bugel, an den koz e teuz great vad d’ezo a oa ar Werc’hez Vari, ar Mabig Jezuz ha sant Jozef. Ni a zo bet roet d’it da gas da veaj da benn. Brema pa’z out digouezet, ni a ya en dro d’ar Baradoz. Kenavezo !

Hag hen da Nik :

— Bez sonj eus ar pez az peus gwelet ! Gra vad d’ar paour.

Hag an tri eal digeri o diouaskel ha nijal kwit o kana an Alleluia.


————


Foar ar godellou toull


————


Ar gontaden dudius-ma a zo tennet ganen eus Levr Buez Sant Teodot, savet gant an Ao. Guillou, maro person e Penmarc’h, an hini en deus gret traou ker brao e Brezoneg. Goulen a ran, evit brasa plijadur ar Vretoned, ma vezo advoullet e oberou. (Klaoda’r P.)

Dioc’h an abardaez, setu Fanch koz o tont d’am c’haout :

— Gouzout a rit, Aotrou, emezan, em beus divizet tri dervez foar ; varc’hoaz, ma n’ho peus ket ezom ac’hanon, em beus sonj da vont da Landi.

— Mat, mat, yao, eme ; eus goulou-deiz betek nav eur ema ho kabestr war ho moue… Setu ama gwerz eur banne hag eun tamm butun… »

Hag e rojon d’ezan eur pez dek gwenneg. Fanch koz a dennas e voned segovi hag a bokas d’e zourn. Er nosvez-se ar zaout, ar marc’h, o devoe askoan, kel laouen oa ar mevel.

Antronoz, mintin mat, edo Fanch koz oc’h en em frotta, oc’h en em spura, oc’h en em larda (da lavaret eo o larda e voutou) ; e varo a yoa raklet, e vleo gris difuilhet, diboultrennet… M’hen diche gellet ive o diloueda !!!… Mes, siouaz ! ouzomp-ni, braerien koz e wall stag ar c’hanastr !

Wardro seiz eur ez eas d’è yalc’hig, e kemeras eur pez ugent real, e sellas piz outan, rak marteze her gwele evit ar wech diveza… Unan koant oa, kochet tro-war-dro. Eur pez a eiz real digoch a deuas warlerc’h, ha da echui, eur gwenneg bennak. Evel just, va fez dek gwenneg a yoa ive eus an abaden.

Goude-ze Fanch a zoubennas, hag e jileten vanchek dindan e gazel, e gorn en e veg, en em lakeas da dreuzi ar bourk ken drant ha pôtr yaouank ebet.

— Ata, Fanch, a lavare an dud, mont a reer ’ta ?

— Ya, ya ! eme Fanch.

— Asa, Fanch, eme re-all, n’oar ket korbezen hizio ?

— Tra, tra ! eme Fanch.

— Petra, Fanch, eme eur miliner a yoa o karga daou pe dri leue, ne vezo ket eur banne… eun tammig sao ? »

Fanch a zellas a-dreuz ouz va frenestr, rak gouzout a rea ne garan ket kalz ar saoiou. Kloz oa pep tra. Setu Fanch en ostaleri hag ac’hano e kar ar miliner. Ma savas marvailhou, n’eus ket ezom d’hel lavaret, ar vilinerien a zo touchennet mat o zeod, ha farouel Fanch goude eul lipaden a yea ive kempen en dro.

O c’hoarvezout e Landi e tiskennas ar miliner hag e amezeg ; an daou leue ive a deuas er mêz war bouez o divesker. Ar miliner a ranke paea ar gwir evit an daou leue, ha Fanch, pôtr brao, na petra ’ta, a baeas adarre ar gwin d’ar miliner.

Setu Fanch e kêr. Evit gouzout an eur e sellas ouz horolach an iliz, hogen ne c’houie ket kalz dioc’h an traou-ze ; an nadoz hirra a yoa war bemp, ar verra eun tammig en tu-all da nao.

— Satordallik ! eme Fanch, setu aze diou nadozen ha n’int ket evit en em glevet ! Ma vichen-me horolacher, ne viche nemet eun nadozen war ar rond gwenn-ze, ha neuze an holl a welche sklêr an eur. An heol, setu eno eun horolach !… Nadozen ebet warni ! Setu eno eun dra grêt diouz ar baizanted !… Bah ! Bah ! eme Fanch o vont larkoc’h, nav eur eo, en gros, perak chipotal ?

Petra reer en eur foar pa ne vez netra da ober ? Evidon-me n’her gouzoun ket, Fanch avat her gouie.

Da genta ez eas da dachen ar moc’h hag e varnas pep unan hervez e galite, hervez e vent hag e gig. Goude-ze da dachen ar zaout…, goude-ze da dachen ar c’hezek. Edo eno pa zonas an Angelus. Fanch a yoa kristen mat, a dennas e zegovi hag a ziskouezas e vleo gris adarre eun nebeut poultrennet.

— Eun tamm boued brema ! eme Fanch. Hag ez eas warzu eun ostaleri. Edo o kompren ennan e-unan an dispign a dlie da ober… daou wennegad bara, daou wennegad souben, tri gwennegad kig, pevar gwennegad gwin, hag…

Fanch a lakea e zourn en e c’hodel zeou ; eno e kave d’ezan beza lakêt hag ar pez kochet hag an hini digoch, hag ar re-all… Siouaz ! Siouaz netra ebet er c’hodel !… Goude-ze ez eas d’an hini gleiz. Siouaz ! Siouaz ! Kant gwech siouaz ! goullo oa ! toull oa ! daou viz Fanch a deue er mêz… E arc’hant paour a yoa eat kuit koch-digoch dre ar memes hent.

C’houi, kredabl, a viche fallgalonet gant eun hevelep tôl ; peadra a yoa. Fanch avat ne reas nemet leuskel tri satordalle ! c’houek hag a greiz kalon, ha skrabat e benn evel m’hen divije kollet e grib abaoue eur miz.

Mont a reas war eün da dachen ar moc’h, hag e selle, ha, respet d’eoc’h ! e turie gant e zaouarn.

— O c’houennat petra emaoc’h aze, va den mat ? a lavaras unan bennak d’ezan.

— Satordalle ! eme Fanch, n’eo ket o c’houennat, oc’h hada eo oun bet, siouaz ! evidon. Eur pez ugent real kochet, unan a eiz real digoc’h… M’ho peus o c’havet, m’ho ped, en han’ Doue, roit anezo d’in !… Ne reat nemet c’hoarzin.

— Bah ! Bah ! pôtr koz, eme an dud, tremp nevez a ’zo aze, diwana raint a-benn bloaz !…

Mont a reas da dachen ar zaout, hag e kollas e boan ; da dachen ar c’hezek, hag e oe respontet d’ezan :

— Bah ! bezit dizoursi, ne jomint ket er mêz dindan an amzer, kaout a raint lojeiz !

— Koulskoude satordalle ! eme Fanch, eun den a guzul vat bennak a dle beza er gêr-ma ! Mont a ran da gaout an aotrou person.

Dioc’htu e oe digemeret.

— Aotrou, eme Fanch, me a zo toull va godel ; kollet em eus eur pez ugent real kochet hag unan a eiz real digoc’h !… Petra rin-me brema evit o c’haout ?

— It, eme an aotrou person, da gaout an tabouliner, hag it buhan, rak er c’hêriou an arc’hant a gouez a zo askellet.

Setu ’ta an taboulin en dro diwar-benn arc’hant Fanch, ha Fanch e-kichen o tiskouez tri biz dre doull e c’hodel, rak dre lakât alies e vizied eno en doa frankaet an digor. O klevet an trouz, ar zaout a heje o fenn, ar c’hezek lard a zave er vann, ar re dreut a jome sioul, ker sioul hag an hini en doa grêt ar gavaden.

Fanch a reas war hed tost tro kêr da heul an taboulin, hag evel m’en doa klevet lavaret oa anet diouz an drem (vizaj) anaout eul laer, e sell piz ouz an holl, e kave d’ezan zoken edo liou ar groug war meur a hini, mes ne grede ket mont larkoc’h.

— Alo, eme Fanch, pa wele e poanie en aner, satordalle paouezomp !… Kenavezo, pez kochet !… Kenavezo, digoch !… Mont a ran war yun da welet peseurt labour a ra an dud-all !…

Edot en e gichen o klask gwerza eur vioc’h ; gevier a zizac’het eus an eil kostezen hag eben. Unan a c’houlenne kalz re, egile a ginnige kalz re nebeut.

— Sator ! eme Fanch, c’houi ive a zo toull ho kodel, pa glaskit noazout d’ho nesa !

Eur pennadig larkoc’h edo merc’hed an amann, eur chaok spontus ganto, hag o klask lakât da lentaat ar re n’oa ket eveldo dir war o fas…

— Sator ! eme Fanch, c’houi ive zo toull ho kodel !

Larkoc’h edo ar varc’hadourien kezek ; ar geriou bras a fuc’he, a groze…, lavaret a rachac’h e vichet o prena eur jeo d’an diaoul da jarreat tud daonet…

— Satordalle ! eme Fanch, c’houi a zo ive toull ho kodel !… War ugent skoed a c’hounezit e kollit kant gwech hoc’h ene !!!…

Erfin Fanch a skuizas hag araok mont d’ar gêr e c’hoantaas mont d’an iliz da zaludi ar Werc’hez, da lavaret eur Bater hag eun Ave. E-kichen ar c’hef ez eas war bennou e zaoulin. Eur paour kez koz a yoa en tu-all gant e japeled. Fanch a zelle outan… Dioc’h kostez Gwiniventer e tu bennak e ranke beza diouz e wiskamant, ma c’heller da vihana henvel gwiskamant eun dournad truilhou a yoa war e dro, rak edo war gorf e roched, ha c’hoaz peseurt roched !…

Ar paour pa oe echu e beden a deuas warzu ar c’hef. Tenna reas eus e vruched eur yalc’h ler stag ouz e c’houzoug evel eur skapular ; hag eur pez a eiz real a lugernas en e zourn hag a gouezas en eur zini ebars er c’hef.

Fanch a yoa mantret.

— Va den mat, emezan, penaos e c’hellit-hu dioueret eur pez arc’hant egiz-se ?

— Ne zioueran netra, eme ar paour, ar pez-se em eus kavet hizio, ha re-all gantan. Evel n’ouzon ket anaout ar perc’hen, e roan eul loden d’ar Werc’hez en e hano, hag ar rest a zalc’han evidon.

— Me just, eme Fanch, eo em eus grêt ar c’holl : eur pez ugent real ho peus c’hoaz, eur pez kochet…

Ar paour a ziskouezas e bez, kochet oa. Ouspenn, an dra-ma a dremene en eun iliz, el leac’h n’eo ket brao lavaret gevier. Kinnig a reas ’ta da Fanch e bez kochet, e bez dek gwenneg hag ar mouniz.

— Nan, satordalle ! eme Fanch, a zaou-hanter, mar plij !

Hag ez ejont o daou d’an ostaleri da zibri ha da ranna an arc’hant.

Fanch a zigouezas er gêr abret.

Pa c’houlenjot digantan peseurt foar a yoa bet. — Foar ar godellou toull ! eme Fanch. Me oa toull va godel ; ar varc’hadourien saout, kezek, moc’h, amann…, a oa toull o godel ; eur paour hepken am eus kavet en iliz ha na c’hoantae na pec’hi, nag en em vesvi, na laerez ; hennez n’oa ket toull e c’hodel, rak n’en doa hini ebet.

Ao. GUILLOU
Beleg.


————


An daou vartolod breton


————


Brema ez eus eun neubeut bloaveziou [7], eul lestr (eur brik) a yoa loc’het eus kêr Alexandri evit mont da Smyrn. Al lestr-ze n’oa ket henvel oc’h listri Frans ; eul lestr grek oa, kemeret gant ar Fransizien diwar goust al laeron-vor a zo bandennou anezo er c’hosteziou-ze. Pemzek martolod hag eun ofiser a yoa laket e penn al lestr-se kemeret war forbaned ar C’hres. Mes al lestr-ze n’oa netra a-zoare war e dro, hag evel-se n’hellas ket heuilha eul lestr-all brasoc’h a yoa loc’het er memes amzer gantan, hag a en em gavas hep dale dilezet e kreiz ar mor bras. Dont a reas an noz du ha tenval ; glô hag avel a rea, hag ar mor a yoa spontus gwelet e wagou.

Etre ar c’houezek den laket da ren al lestre-ze, an daou genta, ar c’habiten hag ar mestr sturier, a yoa Bretoned. Ar c’habiten a yoa Bisson e hano [8], hag hano ar sturier a yoa Tremintin [9].

Eus an daou zen-ze eo e fell d’in koms, daou vartolod kalonek ha pennek evel gwir Vretoned ma ’z oant.

Edont o daou war ar pont, unan krog er stur, hag egile o klask gwelet a be du e c’houeze an avel evit gallout lakât mat ar gwerniou hag ar gweliou.

Ar c’habiten a lavaras d’ar sturier :

— Eur wall nosvez, Tremintin !

— N’eo ket brao sur, kabiten. ha ma na deu ket Itron-Varia-Porzik d’hor zikour eun neubeut, em eus aon na ve grêt frigousen gant hon lestr.

— Intron-Varia-Porzik ne zilez morse ar Vretoned, Tremintin.

— Setu ar pez a ro fizianz d’in ive !… Ay ! !…

Ar wern vras a yoa torret hag he doa laket ar sturier da glemm. An tarsiou mor a zilammas war ar pont hag a oe tost d’ezo skuba ar c’habiten hag ar sturier. Ret oe d’ezo kregi mat evit ne vijent ket strinket er mor. Prestik goude Bisson en em roas adarre da goms :

— Sell, Tremintin, n’em eus aon na rak an tarziou, na rak an avel, na rak ar reier ; mes daou eus al laeron a yoa e goueled al lestr o deus gallet tec’het kuit hag en em deuler er mor. Mar gell ar re-ze mont d’an douar e tastumint an holl laeron a zo wardro ar c’harter-ma hag e teuint holl warnomp.

C’houec’h eus al laeron-vor a yoa liammet e goueled al lestr, ha daou o doa gellet terri o liammou ha tec’het.

— Mar teuont warnomp, eme Tremintin, e vezint digemeret. Muioc’h a aor em eus da welet al lestr-ma o tigeri eget da veza trec’het gant ar re-ze.

— Mes, sonj ’ta, n’omp nemet c’houezek !

— Eun den war evez a dalv dek, a leverer. Eur martolod a Frans a dalv kant laer-mor eus ar C’hres. Me garre o gwelet o tont !…

— N’eus fors, Tremintin, m’em eus aon, me. Me zant al laeron-ze evel ma sant ar c’haz al logod. Grêt em eus pep pourchas evit, ma rankomp stourm, ma vezo start ar c’hoari. Eun dra am eus de lavaret d’it : Ma vezont trec’h d’eomp, me ne vezin ket prizonier, me lakaio an tan er poultr.

— Mat a reot, kabiten !

— Dalc’h sonj mat ! — O n’ankounac’hain ket !

Ar pez en doa lavaret ar c’habiten Bisson a c’hoarvezas. Pegen tenvel bennak ma ’z oa, e weljont hepdale o tont warno daou lestr a yoa tri-ugent den pe dek den ha tri-ugent e pep hini anezo.

— Alo, Tremintin, eme ’r c’habiten, bremaik e tigoro an abaden.

— A gav d’eoc’h kabiten ?

— N’eus douet ebet !

— Mat, boued ar groug int, evelkent !

Ar c’habiten a laoskas eur zutaden, hag a youc’has a-bouez penn :

— Holl war ar pont !… Ar gwerniou hag ar c’herdin d’an traon !… Pep hini e armou !… Hag evez mat !…

Pep hini en em laka el leac’h ma tle beza. Tremintin en em erbed ouz an Intron-Varia-Porzik ; Bisson a ya gant eur mous, eul letern gantan en e zourn da oueled al lestr. Pevar eus al laeron-vor a yoa eno c’hoaz chadennet. O distaga ra, hag e lavar d’ezo :

— Alo ! d’al laez (d’an neac’h !), labaskenned ! d’al laez !… d’al laez !… Ho kamaraded zo eat da gerc’hat eur vanden vuntrerien d’hon distruja-ni. C’houi a zo mat da ober garz (haie) etre va martoloded ha birou pe bouliji ho mignoned !

Ar brezel a ya da zigeri. An daou lestr laeron a dosta. Youc’hal a reer outo ha ne respontont nemet evel an tigr o vont d’en em stleja war e breiz.

Bisson a dosta oc’h Tremintin, a denn e vontr bet roet d’ezan digant e vamm, hag a lavar :

— Tremintin, kemer ar montr-ma ; me a zo o vont da vervel, eun dra bennak hen lavar d’in. Hen lavaret am eus d’it, ne jomin ket etre daouarn ar re-ze. Te, gra da c’halloud evit tec’het ; me fell d’in kement-se !

— Mat, kabiten ! eme Tremintin gant eur vouez c’holoet ; hag e talc’he mat atô d’ar stur.

Pa’z oa deuet an daou lestr forban war hed tenn, Bisson a hopas adarre, hag o veza ne respontent ken nemet yudal evel loened gouez, e tigoras an tan o tiskarga warno e fuzul a zaou denn. Eno neuze e oe eur stourmad kris, tennou, tôliou bouc’hal, tôliou gant pep seurt benviachou, youc’hadennou, malloziou, skrijadennou, gwad o redet, tud lazet, gouliet, izili torret, flastret, bruzunet. C’houezek den oc’h seiz ugent pe kant hanter kant !…

Hepdale al laeron-vor a oe ar vistri, hag o doa gellet kalz anezo sevel e lestr o enebourien. Tremintin en doa dalc’het mat d’ar stur. Bisson a yoa gwall-laket. En em stleja a ra betek ar sturier :

— Alo ! Tremintin, ret mat eo echui ! Lavar d’ar re a zo c’hoaz beo eus hor martoloded en em deuler er mor, ha te, en em dôl ive eveldo. Marteze e c’hellot mont d’an douar war neun… Me ya da lakât an tan.

— Kabiten, lavaret em eus d’an holl vartoloded. N’em eus mui nemet an dra-ma da ober.

Hag o kas e zaouarn d’e c’hinou e reas eur c’horn-boud gant e voz hag e loskas eur voudaden.

— Alo ! kabiten, n’eus ken da ober !

Hag e krog adarre en e stur.

— Mes, ha te ?

— Me jomo ama.

— Tremintin, gourc’hemenn a ran d’it en em deuler er mor !…

— Ha me, kabiten, n’ouzoun ket petra vir ouzin na grogan ennoc’h ha n’ho tôlan ebars hoc’h-hunan.

— Tremintin ! Tremintin !

— Sellit, n’hoc’h eus ket a amzer da goll. Me ne dalvezan ket kalz a dra, ha ne din morse a-bell. C’houi a zo yaouank, eun den a vor eus ar re wella ; c’houi oc’h eus eur c’hoar…

— O ro peoc’h ! ro peoc’h ! ranna rez va c’halon !

— C’houi zo gouest da zifen hor bro. En han’ Doue, en em dôlit er mor. ha va list da lakât an tan er poultr. Bezit dienkrez, ar re-ma n’ho devezo ket al lestr !

— D’in-me eo da lakât an tan ; va dever eo, hag e fell d’in hen ober.

— Mat, kabiten, neuze e vezimp strinket en ear hon daou !

E keit ha ma komze ar sturier, unan eus ar forbaned a yoa tostaet ouz ar c’habiten hag a yea da zisken eun tôl bouc’hal war e benn. N’en devoa ket a amzer avat, Tremintin hen diskaras gant eun tenn pistolen, hep diskregi eus e stur.

— Gwelet a rez n’eus mui da varc’hata ! eme ar c’habiten.

— Roit d’in ar c’hef tan, me ho ped !

— Nan, ne c’hellan ket !… Kenavo, Tremintin !

— Kenavo, kabiten ! En em vriatomp ! Intron-Varia-Porzik ra hor zikouro !… Mall eo hasta !…

An noz a yoa tenval sac’h ; al laeron, savet eun niver bras anezo war al lestr, en em laze an eil egile e-kreiz an den valijen. Eun tammig sklerijen a weler koulskoude ; Bisson eo ha gantan en e zourn eur pennad korden lakêt an tan en he fenn ; Bisson eo, n’en deus mui na tad na mamm, n’en deus nemet eur c’hoar, eur c’hoar karet kenan, hag en deus aon na varvfe ar re-all epad ma ’z a da vervel e-unan :

— Tremintin ! Tremintin ! emezan, en han’ Doue en em dôl er mor !

Ar sturier ne lavar ger, ne finv ket, mes pedi a ra Doue kalonek. Bisson, pa ’z oa diskennet en hevelep doare n’oa mui nemet e benn a-zioc’h ar pont, a reas c’hoaz eur griaden oc’h Tremintin oc’h e bedi d’en em zavetei. Neuze e tiskennas tre.

« O Intron-Varia-Porzik ! » eme Tremintin.

Kerkent e savas al lestr a-bez en ear ; eur strakaden spontus a oe, hag al lestr, an tan ennan, brevet oll, lakêt a beziou, a gouezas tamm ama, tamm a-hont, war ar mor. Prestik goude, den n’en divije gouezet oa bet eul lestr eno ha tud a-leiz ennan.

Ar c’habiten Bisson a oe drailhet, an holl forbaned a oe flastret ive, dispennet ha lonket holl gant ar mor. Tremintin a yoa oc’h en em erbedi ouz ar Werc’hez er mare ma tispenne al lestr, Tremintin a oe savet en ear, en devoe eun troad divarc’het, e gorf devet, mes n’oa ket maro tre pa gouezas er mor. Dres e kavas eur gorden dindan e zaouarn, hag evitan da veza dare da goll e anaoudegez, e talc’has krog mat enni. Ar gorden-ze a yoa stag oc’h unan eus ar bagou bihan deuet da heul listri ar forbaned, ha prestik goude Tremintin a yoa war an aod chachet gant ar vag vihan-ze, da lavaret eo e c’helled lavaret dre vurzud. Tremintin a oe semplet eno eur pennad mat, ha pa zizemplas ez oa unan eus al laeron-vor o lammet digantan e zilhad ha kement a yoa war e dro. Tremintin a reas eur finvaden bennak, ha kerkent e oe lakêt beg eur gountellazen war e galon, oc’h e c’hourdrouz hen laza dioc’htu mar graje an disterra van da zifen ar pez a yoa en dro d’ezan. Ar pez a rea ar muia poan d’ezan oa gwelet o vont gant ar forban montr ar c’habiten kez, ha ne c’hellje ket hen renta d’e c’hoar.

Wardro dek eur dioc’h ar mintin e oe kavet, en noaz ha dare da vervel, gant tud eun tammig gwelloc’h. Gouarner an enezen (en enezen Stanbali edo) a reas e zougen d’e di el leac’h ma oe prederiet gantan, ha pa oe pare tost da vat e lakaas e zougen da Frans.

Tremintin e-unan eo en deus kontet kement-ma. Hen e-unan eo a asur mar deo chomet beo eo ar Werc’hez he doa saveteet d’ezan e vuez. Tremintin zo bet goude-ze letanant war eul lestr brezel. Bet en deus ive ar groaz a enor.

N’em eus ket ezom da lavaret en deus miret betek e varo eun devosion vras d’an Intron-Varia.


F. ha B. koz, 10 gouere 1875.


————


Bragou kenta Paolig


————


E meur a garter eus a Vreiz, ha zoken e karteriou-all, e weler awechou potred seiz, eiz vloaz, ha betek nao, dek vloaz, ha n’o deus ket c’hoaz ar pez dilhad-se anez pehini eur paotr n’eo ket c’hoaz eur paotr tre, a zo c’hoaz e renk ar merc’hedigou, me fell d’in lavaret eur bragou. Awechou marteze kement-se a zigouez dre an diegi he deus ar vamm o lakaat he c’hrouadur e renk ar baotred ; awechou-all ive n’he deus ket a beadra da brena an danvez a ve red evit lakaat ar pez dilhad prisius-se en dro d’he mab. Setu petra c’hoarvezas gant mamm Paolig ez eomp da goms dioutan. Ker paour oa, ma ’z oa deuet he mab d’e zek vloaz, hep m’he divije gallet c’hoaz e vragaoua. War bouez gwriat, takounat, staga an eil oc’h egile, koz tammou lien ha koz tammou mezer, he devoa great d’ezan eur pez dilhad ha ne oa ket tre eur zae losten, ne oa ket tre eur zac’h, ne oa ket tre eur bragou, en eur ger, ne oa ket tre henvel oc’h nikun euz an tammou dilhad bet great ha krouet betek neuze gant kemenerien ha gant kemenerezed, pegement bennak a spered hag a ijin o deus da zevel giziou nevez.

Paolig, a c’hellit kredi, a veze great gwap anezan abalamour d’e zae. Eur potr ker bras hep bragou ! Red e ve beza bet eleac’h ar potr keaz evit gouzout mat pegement e c’houzanve. Evelse ive, bemdez Paolig a hope war e vamm o c’houlen eur bragou hag ar pez a rea ar muia poan d’ezan oa gwelet bugale an amezegez, Perig, Laouig, Yannig, o zri bragaouet hag i koulskoude o zri yaouankoc’h evitan. Paolig eta a bede e vamm ker brao ha tra. Ne rea ket a forz peseurt bragou da gaout, pe lien pe vezer, pe rus pe c’hlas, pe goz pe nevez ; gant m’en divije eur bragou, eur gwir vragou, ne c’houlenne ken.

« Ma, a lavaras e vamm d’ezan eun dervez, bez paotr mat ha sentus, lavar kalonek da Bater, noz ha mintin, hag em bezo eur bragou d’it a-benn gouel Yann. »

N’em beus ket ezom da lavaret d’eoc’h pegement e tridas kalon Paolig o klevet ar c’helou-ze. Azalek neuze betek gouel Yann, e kontas hag ec’h adkontas ken alies an derveziou, hag e kave keit an amzer, ma oe darbet d’ezan kredi ne deuche biken ar gouel kaer-ze, an dervez-se en doa kement a vall da welet.

Gouel Yann a deuas koulskoude d’e vare. Ar vamm geaz, dre boan a-walc’h, hag ive bennoz Doue d’an dud vat, he devoa gallet sevel eur bragou da Baolig ; ha pa zihunas dioc’h ar mintin, ar paotr, kenta welas, oe an tamm dilhad prisius, eur bragou, eur bragou nevez-flamm. Ne oe ket ezom, kredit ac’hanon, da jacha warnan evit ober d’ezan sevel. Ar bragou a oe poket d’ezan, lakeat buhan, hag eur pennadig goude, edo Paolig o vont hag o tont dre ’n ti gobius, mil gwech eürusoc’h evit eur roue pe eun impalaer. Ne bade ket gant e fouge.

E vamm a vousc’hoarze oc’h e welet gwech soun e benn gantan, gwech e zaoulagad pleget da zellet oc’h e vragou nevez. Abarz eun heur goude, oa bet ar c’hanfard oc’h en en em ziskouez e tiez an holl amezeien. N’en doa ket, zoken, tizet dibri eun tamm, ken ne oa bet gwelet ar bragou gant Perig, Yannig ha Laouig, hag evel n’oa ket c’hoaz a-walc’h, o veza en em gavet gant Alanig, eur paotr eun tammig brasoc’h evitan, hag a yoa o vont d’ar vourc’h, ez eas ive d’ar vourc’h gant e vignon. Siouaz ! ama eo ema ar chanz o vont da drei. Gwelloc’h en divije great kalz Paolig chom er gear. Mes eur paotr bragaouet evit ar wech kenta a gred e c’hell hiviziken mont e pep leac’h. Paolig a gave d’ezan e oa dioc’htu eur gwaz.

Setu i eta war hent ar vourc’h, Alanig hag hen. Bez’ o doa da dremen e-biou d’eun tammig glazen pe flouren a yoa e kostez an hent ; eur wazennig zour a rede hed ar c’hlazen-ze, hag a-zioc’h ez oa eun dorgennig. Diwar gern an dorgen pe an duchennig-se, ez oa eun doare gwenojen soun, war ziribin, hag eno ar baotred a yoa boaz da gemeret o ebad. Sevel a reant war an dorgen, ha neuze e tiskennent a-ruz war ar c’hlazen. En em lezel a reant da vont a-ruz, n’eo ket war o zreid, n’eo ket war o daouarn, n’eo ket war o c’hein tre ken nebeut, mez war an tachad-se eleac’h ma ’z eo ledana ar bragou. N’ouzon ket, lenner, ha c’houi hoc’h eus great ar c’hoari-ze morse, pa oac’h never bragaouet, mes, a dra zur, ec’h ouzon ez eus hag o deus hen great.

Alanig eta n’hellas ket tremen dre eno hep mont da ober eun dro war au dorgen. Paolig ha n’en doa ket gallet betek neuze kemeret perz en ebad-se, abalamour d’e zae losten, n’halle ket brema kennebeut mankout da vont da heul e gamalad. An dro genta ne deuas ket kaer gantan, mes a benn m’en doa great diou pe deir zro, e ruze ive brao ha kempen betek an traon. Ar c’hoari a blije de Baolig ; mes, siouaz ! pep plijadur a zo berr war an douar, P’edo oc’h ober er bemped pe ar c’houec’hved tro e oe klevet eur strakaden. N’eo ket eur rog. n’eo ket eun diframm hephen a yoa diskolpet ha distaget tre, ha chomet e hanter an dorgen. Hag evel pa erru eun dichanz, ech erru peurliesa meur a hini, ar paotr a yoa re a diz warnan, hag a risklas tre betek ar wazig dour eleac’h ma oe glebiet, kailharet ha goloet a bri ar pez a jome gantan eus e vragou.

Me ho lez da zonjal pebez glac’har, pebez anken evit ar paour kez Paolig ! Penaos mont d’ar gêr er stum-ze ? Penaos mont dirak e vamm ? Ha kaout c’hoaz, douetus, fest ar vaz ! Paolig a skuilhas o vont ac’hano d’e di daelou a-walc’h evit gwalc’hi e vragou, ma vijent bet destumet.

E vamm a yoa eur gristenez vat hag a ouie diorren mat he bugale. Gouzout a rea ne dleer ket kastiza eur c’hrouadur pa fazi dre skanvadurez hag hep sonjal, evel pa fazi dre benn fall ha gant anaoudegez eus ar pez a ra. Evelse, petra bennak ma ’z oa keuz ganti gwelet kollet an holl boan he doa kemeret evit sevel ar pez dilhad-se d’he mab, ne skoas ket gantan, n’her gourdrouzas ket zoken. Ne reas nemet e alia da ziwall.

Mes Paolig a oe kastizet awalc’h, koulskoude ; rak, siouaz ! ar zae-losten a oe red da lakaat adarre, ha da zerc’hel, zoken, meur a zervez, ken ne devoe gallet ar vamm baour dont a-benn da lakaat ar bragou freuzet e stad da veza gwisket a-nevez. Hogen, mar great gwap diaraok eus ar paotr keaz gant e zae-losten, e reat c’hoaz muioc’h brema, ha Paolig a renke plega e benn gant mez, meur a wech.

Brema, marteze, ho pefe c’hoant da c’houzout petra deuas Paolig da veza divezatoc’h ? Setu ama e berr gomzou.

Er c’hatekiz, person ar barrez e welas ez oa Paolig eur bugel fur ha sentus, en doa kalz a spered hag a skiant vat, hag ez oa devot evel eun êl. E gemeret a reas en e di, hag e reas d’ezan studia. Goude-ze, her c’hasas d’ar skolach eleac’h ma oe atao unan eus ar re genta e-touez e gamaladed. Divezatoc’h, ez eas d’ar c’hloerdi bras, hag eno e oe evit ar gloer yaouank eur skouer a bep seurt vertuziou. O veza beleg e labouras epad meur a vlavez evit silvidigez an eneou en eur barrez. Abenn eur pennad, e eskob her galvas evit beza vikel-vras, hag erfin, Paolig a oe e-unan lakêt da eskob.

O veza eskob, e konte e-unan gant plijadur ar pez am eus merket ama, hag e lavare : « Mar on deuet da yeza eun dra bennak, e tlean holl d’am mamm vat, d’an deskadurez gristen he deus roet d’in. »


(Tennet eus ar Feiz ha Breiz koz.)


Loden Doue


Eur gouel ar Rouaned e mare an Dispac’h


————


Pep tra a yoa sioul ha dienkrez en nozvez-ze e Kerdafred. Kedern, ar merour, a yoa azezet war skabel an oaled o tevi eur c’hornad butun da c’hedal koan. Tri pe bevar bugel a rea jolori endro d’ezan : lod a jache war e zilhad, lod-all a bigne war e zaoulin, ha kement-se evit kaout ar blijadur da lavaret d’ezan ez oa gouel bras.

— Tad ! tad ! ankounac’heat hoc’h eus… Hizio ez eus gouel ! a lavare Janedig.

— Ya, eme Louis ive, eur paotrig a bemp bloaz, hizio ema gouel ar Rouaned ! Mamm he deus great eur gouign gant bleud gwiniz ; lakeat he deus enni mel, hag eun dra bennak-all c’hoaz, eur…

— Arabat lavaret, Louis, pe hon tad a ouezo eveldomp ! a lavaras Gaïd, ar baotrezig dous.

— Plijadur a vo ! Plijadur a vo !… a lavare ar vugale o strakal o daouarn hag o tilammat d’an douar.

Pen Kedern a deuas da veza tenval.

Ar pez a lavare a rea d’ezan sonjal e traou a-bouez.

Edod neuze e mare gwasa an dispac’h, p’edo ar spont vras o ren war ar vro. Ne vije ket bet brao da dud Kerdafred beza tapet oc’h ober an disterra tra a c’helle digas sonj eus gouel koz ar Rouaned ; ouspenn peadra a yoa eno da veza barnet ha dibennet. An dispac’herien a yoa kris ha n’helled kuzat netra outo. Piou c’hoar ha n’edont ket zoken d’an ampoent oc’h ober o zro, hag o spia ar pez a read en tiez ? E abardaez an deiz-se, en-deün, o tont eus foar Foujer, Kedern en doa klevet tennou fuzul a-bell.

E galon a deuas da veza ankeniet pa zonjas e kement-se. Chacha reas ar vugale davetan hag e lavaras d’ezo a-vouez izel :

— Roït peoc’h, bugale ! Ma klevfed ac’hanoc’h ! Ar vugale a oe spontet d’o zro hag a yeas d’en em starda ouz o zad.

Gwelet a reant ez oa eur riskl bennak uz d’o fennou.

Gaïd hepken a gredas lavaret goustadik :

— Perak kaout aon pa ’z eo prennet ker mat an nor ?

— Aon am eus evidoc’h, bugale !

— P’eo gwir emaomp ganeoc’h !

— N’eo ket a-walc’h, emezan.

— O tad ! an dud fall ne gredint ket dont ; ha neuze, Doue a gar ac’hanomp ; hen hon diouallo dioc’h pep droug. Mamm he deus great d’eomp lavaret hor pedennou evit goulenn e skoazel.

Kedern a roas eur pok d’e verc’h :

— Doue ra viro ac’hanout, emezan. Poent eo d’eomp debri koan. Ouz taol, bugale !

Ar wreg he doa lakeat eun dousier wenn war an daol, ha war an dousier-ze eur podad chistr hag eur bara gwiniz da zigas c’hoant debri d’an dud.

Ha setu, p’edod o c’hedal an nebeuta, unan bennak o skei taoliou munut war an nor, hag e oe klevet eur vouez o lavaret :

— Digorit buhan, en han’ Doue ! An ozac’h a hastas mont da zigeri, hag e kavas dirazan eun den koz, gwenn e vleo, sounn c’hoaz evelato war e ziwesker, d’ezan eun dremm leun a vadelez hag a zousder.

— Aotrou person ker ! a lavaras Kedern mantret.

— Deuit tre, aotrou person, a lavaras ive Madalen, ar wreg. Deuit en ti, hag ho pezo ho lod eus kouign ar Rouaned.

Ar beleg a vousc’hoarzas.

— Siouaz ! va mignored, n’eo ket brao digemeret eun den eveldon-me. Pardonit d’in koulskoude mar dan en ho ti : kement a riou hag a naon am eus ! Skuis maro oun ivez o c’haloupat ar c’hoajou.

An aotrou persoun a azezas war eur skabel. Dare oa koan. Goude beza lavaret ar pedennou, ha goulennet. bennoz Doue war ar boued ez ead da gemeret, an aotrou person a yoa o kas eun tamm bara d’e c’hinou, pa oe klevet trouz tud o vale dirak an ti ha prestik goude e koueze taoliou pounner war ar paour kez dor.

— An enebourien ! eme an aotrou person. Lezit ac’hanon da vont daveto. Ne fell ket d’in ho pefe da baea ho karantez evidon. Digorit an nor !

— Biken, aotrou Person !

— Red mat eo koulskoude !

— Aotrou Person, gellet e vezo marteze savetei ac’hanoc’h. Deuit ! Deuit !

Ar c’houeriad a jachas ar beleg keaz warzu eun are hig a yoa en eur c’horn eus an ti hag a reas d’ezan mont ebars.

— Dreist-holl, eme an aotrou person, n’it ket da lavaret gevier ! Ne fell ket d’in, klevet a rit ? Ne fell ket. d’in prena va buez gant eur gaou !

Edo ar chas Gall o tivarc’ha an nor pa ’z eas an ozac’h da zigeri.

— Eur beleg a zo kuzet ama. a lavaras ar bleizi o yudal. E peleac’h ema ? Lavar buhan ! Ha diouall na lavarfez gevier d’eomp !

Ar c’houeriad a reas eun heja d’e skoaz hag a lavaras : Grit hervez ho micher !

— Asa ! lavar : E peleac’h ec’h eus kuzet anezan ? Da respont, mar deo gaouiad, a gaso ac’hanout d’ar maro, ha da dud ivez.

Kedern a zavas aon gantan ; dont a reas da veza drouk-livet, hag edo o vont da zempla. Kemeret a reas kalon evelato o sonjal n’edo ket ar mare da goll ar penn.

Ar gourdrouz a vije sevenet, her gouzout a rea ; an armou a lugerne en o daouarn a yoa c’hoaz rus gant ar gwad, da viana meur a hini anezo. Dont a reas sonj d’ezan eus komzou ar beleg : Ne fell ket d’in prena va buez gant eur gaou !

Kedern a ziskouezas an arc’h d’an dispac’herien hag a lavaras d’ezo :

— Aze ema !

An enebourien a daolas eur zell war an tamm koufr. Ar Breizad a lamme direiz e galon ene greiz ; e dud a varve gant ar spont ; den avat na roas da anaout a-ziaveaz ar pez a dremene en e ziabarz.

An hini a yoa e penn ar strollad muntrerien a yeas eur zac’had kounnar ennan :

— Petra ! Daoust hag oc’h ober gwap emaout ? Ni n’emaomp ket o klask eun toull gedon. Bun all a dle beza en da di, en eur c’hougn bennak.

— Klaskit anezan, a lavaras Kedern.

— Ne fell ket d’it hen diskouez ?

— Petra livirin-me d’eoc’h ouspenn ?

— A-walc’h eo, eme ar c’habiten ; mes malloz d’ar person mar tigouez d’eomp lakaat hor c’hrabanou warnan !

Ar zoudarded a glaskas dre an ti ; mes kaer o doe klask ne gavjont netra. Mont a rejont kuit o kounnari hag o sakreal war goust ar paour kez aotrou person.

— Tec’het a ra eur wech muioc’h eus tre hon daouarn ; souezus eo, rak kredi mat a reamp edomp war e roudou. Mes ne gollo netra evit gedal.

Eat oa kuit eta pelloc’h ar vandennad chas Gall. Ar beleg koz a deuas er meaz eus e doull kuz.

— Meuleudi da Zoue ! emezan laouen bras ; saveteet oun bet gant ar wirionez hoc’h eus lavaret. Holl avat e vijemp bet kollet mar ho pije lavaret eur gaou.

— C’houi a zo eur zant, aotrou person !

— Me a zo eur paour kez pec’her dare da vervel gant an naon, eme ar beleg oc’h azeza ouz taol. Mall bras eo d’eomp kregi e pred ar Rouaned.

— Setu ama loden Doue, aotrou person ; d’eoc’h eo ! Ra vezimp muioc’h en hon eaz er bloaz a zeu evit debri ar goan-ma ! Ni da vihana n’ankounac’haimp biken an nozvez trubuilhet-ma.

— Diskouezet he deus d’eomp penaos ema dourn Doue o tifen ac‘hanomp, a lavaras ar beleg. Meulomp da viken e hano santel ! Greomp atao hon dever, ha da c‘houde, ra vezimp etre daouarn an Aotrou Doue, ma rai ac’hanomp ar pez a blijo gantan.


————


Ar marc’heg milliget


————


E Breiz-Izel, en eur c’hornig a venez Are ez eus eur chapel dindan hano St-Herbot, hag ar chapel-ze zo anavezet ha darempredet gant kalz a dud. E kichen ar chapel-ze ez eus ar pez a c’halver eur c’houez-dour hag a deu tud a-bell da zellet outan. Ar ster Ellez, goude dont eus an douar e Gun-Elle, e-troad menez Sant-Mikeal, a dreus Brenniliz ha Lokefred o vont war-zu Sant-Herbot. Ar ster a zo eno war eur blenen uhel, mes araok digouezout e Sant-Herbot e tisken en eun taol, diwar ar menez, en eun draonien pe stanken don don. An dour en em daol a gas, a lamm da lamm, a roc’hel da roc’hel, hed wardro eur c’hard eur bale, azalek ar beg betek ar goueled. Dreist-oll pa vez krenv an doureier, ne weler nemet eonen evel eul linser wenn ledan stignet o plega hag o tisplega azalek gorre ar menez d’an traon hag e klever eun trouz a laka da dregerni ar c’harter-oll. En daou du d’ar ster ez eus koat, ha gwelet a reer ive stank a-walc’h, oc’h diribin an dorgen zonn-ze, peziou rec’hel ha ne gretet ket mont tost d’ezo, rak dalc’hmad e sonjfet e vent o vont da riskla eus al leac’h m’emaint ha da ruilha da oueled an draonien.

Dindan unan eus ar rec’hel-ze ez eus eun toull, evel eur c’hao, hag e goueled ar c’hao-ze, don kenan, ez eus eun eienen a red an dour anezi en eur feunteunig eur pennad ac’hano. Hounnez oa gwechall feunteun Sant Herbot. Hogen, abaoue ma ’z eo digouezet ar pez ez eomp da verka ama, an eienen-ze n’he deus mui a hano ; he dour a zo milliget ; ar mesaer a dec’h diouti, ha ne fell ket d’ezan zoken lezel e loened da eva eus an dour-ze.

E kichen dor ar c’hao-ze ez eus eur mean-hir astennet e-touez ar c’hinvi ; dindan eur penn eus ar mean ez eus eur mean-all bihannoc’h. A-bell e kemerfet ar mean-ze evit eur mean-hir, evel a zo eleiz e Breiz Izel, mes a-dost e ve lavaret e ve eno war e c’hourvez eur marc’heg gant eur mean dindan e benn oc’h ober penn-wele. Hennez eo skeuden pe mean ar marc’heg milliget, a zav ac’hano a-wechou, a leverer, hag a glever oc’h hirvoudi. Setu ama penaos eo bet savet an histor-ze.

Eun amzer zo bet, hag an holl o deus klevet hano eus an amzer-ze, ma ’z ea, eus a Vro-C’hall hag eus an holl broiou kristen, tud a vandennou d’an douar santel, da vrezelekaat evit difen bez hor Zalver hag al leac’hiou all bet rusiet gant gwad Jezuz-Krist, pe bet santelleat gantan o vale dreizo. An duchentil dreist-oll a yea en hent, ar re da vihana anezo a yoa kristenien vat, ha pep hini a gase gantan muia ma c’helle eus e wazien, eus ar re ma en doa gwir warnezo. Setu petra c’halvet ar brezel santel pe brezel evit ar groaz, hag ar re a yea d’ar brezel-ze a c’halvet kroazourien, ha dougen a reant eur groaz e mezer war o dilhad. Ar Vretoned ne oent nak ar re ziveza o vont d’ar brezel santel-ze, nak ar re a ziskouezas ennan nebeuta nerz-kalon na nebeuta feiz, hag ar Sarazined, an dud divadez eus ar vro-ze o deus dalc’het sonj pell amzer eus an taoliou kaer great eno gant tud a Vreiz-Izel. En amzer-ze ez oa a-dost da Zant Herbot daou gastell hag a yoa o chom enno daou zijentil, daou varc’heg, ar marc’heg Ruskeg hag ar marc’heg Rusdal, hag an daou gastell a zouge pep hini anezo hano e berc’hen.

Ar marc’heg Ruskeg a yoa eun dijentil a lignez uhel eun den eus ar re wella, eur c’hristen kalonek, karet gant e wazien ha gant an holl. Ne vije ket bet brao er mare-ze mont da glask stourm oc’h kastell Ruskeg. Gwelet e vije bet hep dale labourerien-douar, mesaerien, pilhaouerien o kemeret, e defot gwell, pep hini e benn-baz evit mont da zifen an Aotrou. Ar vugale zoken, o tiouall an denved er menez, a vije eat d’an emgann gant o fenn-baz-dotu, kentoc’h eget lezel ober droug d’an hini a garient holl bras ha bihan. Kerkent ha ma oe hano da vont da zifen bez hor Zalver, marc’heg Ruskeg, evel eur c’hristen mat ma z oa, a oe unan eus ar re genta oc’h en em lakaat en hent, hag o testum eur vanden eus e wazien hag eus e vignoned da vont d’e heul.

Marc’heg Rusdal ne oa tamm henvel oc’h an dijentil mat hon deus komzet anezan. Rusdal a yoa eun den kris ha diboell. Kredabl oa bet badezet ; hogen, hag e vije bet divadez, n’en divije ket renet eur vuez dizuchoc’h, direoloc’h na gwasoc’h evit a rea. E wazien hag ar re a yoa dindanna ne dosteant morse outan nemet en eur grena. Beva a rea en e gastell gant eun toullad mevellou pe lakizien ken direol, ker kris ha ken divadez hag hen. Ne deant er meaz eus ar c’hastell-ze nemet evit skrabat ar pez a blije d’ezo : laeres ha laza a yoa evito eun ebat. Tec’het a reat dioc’h ar c’hastell evel dioc’h eun toull laeron. Abaoue ma oa eat an dijentil Ruskeg d’an douar santel, Rusdal en doa kresket c’hoaz e dorfejou, ha kresket oa ive dre ar vro ar strafuilh hag an enkrez a yoa razan. Rak, e c’hellit kredi, Rusdal n’oa ket eat da zifen bez hor Zalver ; eun den eveldan n’oa ket great evit dougen ar groaz, na bale dindan banniel Jezuz.

E kreiz e zizursiou, e kreiz an ebatou euzus en em blije enno, Rusdal a yoa bepred eun dra o kriniat e galon ; an youl d’en em venji, ar gasoni en doa oc’h an dijentil Ruskeg. Kounnari a rea o sonjal ez oa an dijentil-ze karet gant an holl, endra ma’z oa hen kaseat gant holl dud ar vro. Roet en divije e ene, ha meur a hini, mar en divije bet da rei, evit gallout en em zizober, evit gallout en em venji eus e enebour. Ar gounnar, ar warisi-ze her c’hrinie noz-deiz. Dalc’hmad her c’hlevet o lavaret : « Piou am venjo-me war hennez ? Piou en distrujo ? Piou a roi d’in-me tro da ziskar warnezan va c’hounnar ha va malloz ?

Evel a welit, an ifern a yoa e kalon ar marc’heg hag an ifern a respontas ive a-benn eur pennad oc’h an youl-ze eus e galon kaledet. An droug-spered a gavas da gas d’e zikour unan hag en doa eur galon ker kris hag hen. Eun nosvez ma edo Rusdal en eun dourel eus e gastell, e rea eun amzer skrijus ; an avel a yude, ar gurun a groze, al luc’hed a zidarze hep ehan, hag ar marc’heg direol a doue hag a lavare bep eun amzer :

— Piou a zistrujo va enebour ?

— Me ! eme eur vouez o respont eus ar meaz.

Ha kerkent e tigor dor an dourel, hag eun den en em gav en e zav dirak Rusdal, ober a reas eur skrijaden, hag e lavaras :

— Te ? Piou out-te ?

— Sorser Lannedern, Korrig, ho prasa mignon.

— Sorser Lannedern ? Mat, daoust pe te zo den, pe te zo diaoul, mar grez va labour, bez deuet mat !

— Hen ober a rin.

— Ha petra zo red d’ober ?

— Dont d’am heul.

— Da beleac’h ?

— Da feunteun Sant Herbot.

Rusdal ne blije nemeur d’ezan klevet hano eus ar zent na mont wardro o chapeliou.

— Petra, emezan, ha ne ve ket kouls mont eleac’h-all ?

— Aon ec’h eus Rusdal ? Mar ec’h eus aon, chom aze, mes me lavaro ez out eur marc’heg digalon.

— Me… aon ! bale e leac’h ma kiri, n’eo ket Rusdal a jomo warlerc’h…

— Ni welo.

— Pe zeiz eo red mont ? Da be heur ?

— Henoz, brema dioc’htu. Selaou !

Ha kerkent e klevfchont horolaj ar c’hastell o sini hanter-noz. Ar sorser a gontas an daouzek taol hini da hini, a vouez uhel, ha pa en devoa kontet an daouzekved taol e lavaras :

— Alo, setu ar mare ; mar deus gwad en da wazied, deus war va lerc’h !

Evel daou lapous noz, pe daou ziaoul o klask tud da zamma, ez ejont ac’hano, buhana ma c’hellent, a-dreuz al lann hag ar brug, e-trezek feunteun Sant-Herbot.

Araok mont larkoc’h, lavaromp petra oa an hini a yoa deut.da gerc’hat Marc’heg Rusdal, hag a lavare oa e hano Korrig pe sorser Lannedern.

Korrig, evit gwir, a yoa ganet e Lannedern. E vamm a yoa eur gristenez vat, hag he divije e ziorroet evel m’eo dleet ma vije chomet beo gantan. Siouaz ! dont a reas ar maro d’ezi pa oa c’hoaz bihan he mab. Korrig a oe neuze dilezet, rak e dad, hag a garie re ar picheradou, en em lakeas neuze da rener saout ha loened-all, evit kaout tro evel-se da vont dalc’hmad eus an eil kear varc’had d’eben, ha da derri e zec’hed aliesoc’h, hag e lezas e vab d’en em denna evel ma karje. Korrig en doa spered, mes evel n’en doa den na da gemeret soursi anezan na d’e gelen, en em roas d’an droug. Evel eur parkad ed doareet brao da genta, ma na vez ket c’houennet, ma na vez kemeret soursi ebet anezan, a deu al louzeier fall da zevel ennan ha da c’hounit var an ed mat ; evel-se e c’hoarvezas gant ar paotrig-ma. N’en devoa den evit hen difazia pa vanke, ha gevel-se an droug a deuas e ber amzer da c’hounit en e galon war ar mad. E dad ne roe d’ezan nemet gwall skouer. Pa deue d’e di goude beza bet diou pe deir zizun o vale, pa gleve tamall eun droug bennak d’e vab, en em lakea d’e vazata, hag eun dervez e skoas gantan gant kement a grisder, ma tec’has Korrig ac’hano en eur douet ne deuje mui biken war-dro e dad na d’an ti eleac’h ma ’z oa ganet. Neuze ez eas da veva er c’hoajou, gwech ama gwech ahont, en toullou dindan ar reier, hag ac’hano ez ea da c’houlen an aluzen, pe da laëres, dioc’h ma kave tro. Pa oa deuet da veza den a-walc’h, en em lakeas da ober similherez, ha tud ar c’harter o doa aon razan her galve sorser Lannedern.

Korrig a ouie pebeus kasoni en doa Marc’heg Rusdal oc’h Marc’heg Ruskeg. Gouzout a rea e tlie an dijentil digouezout er gear, distro eus an douar santel, goude beza brezelekeat eno gant kalon evit bez hor Zalver. Ha setu perak oa deuet da gerc’hat Rusdal evit taga an dijentil Ruskeg araok ma tigouesche en e gastell.

Korrig ha Rusdal a yea eta a-brez, evel m’on eus lavaret. An noz a yoa tenval-zac’h ; lammet a reant er poullou dour ; steki a reant oc’h ar reier ; ar skourrou gwaz a fouete d’ezo o drem ; o dilhad a yoa treuzet gant an dour bil a rea. Rusdal a yoa eat ker skuiz ma na c’halle mont ken.

— Ehanomp eun neubeut, emezan.

— Ehana ? eme ar zorser o laosker eur c’hoarzaden c’houez.

— C’hoarzin a rez, den fall zo ac’hanout, oc’h va gwelet skuiz maro !

— C’hoarzin pe vervel, eme ar zorser ; bete vrema, Rusdal, n’ec’h eus bet nemet ebat ; ma n’hellez mui c’hoarzin, n’ec’h eus ken nemet mervel.

— Den fallakr, te da vihana ne c’hoarzi mui ! Hag ar marc’heg a yea da dreuzi Korrig gant e gleze. Mes hema a yeas en eul lamm pell dioc’h Rusdal, hag a lavaras adarre en eur c’hoarzin :

— Klask a rez va laza, Rusdal ; mes neuze, ha da venjans ? Neuze e fell d’it lezel Ruskeg didrouz ?

— Biken ! ha pa rankchen…

Ne gredan ket merka blasfem ar reuzeudig.

— Ma, neuze, dalc’h mat da zont d’am heul.

Etre daou oant digouezet e kichen feunteun Sant Herbot, er c’hao dindan ar roc’hel.

— Ehan brema eur pennad, eme ar zorser, rak bremaik ez pezo ezom eus da nerz. Ha neuze, n’ec’h eus ket lavaret c’hoaz pegement a aour ec’h eus sonj da rei d’in. Me ne garan ket labourat evit netra, hag ar zervich a rentan d’it ne deo ket dister.

Rusdal n’en doa ket bet c’hoaz an amzer da respont, pa weljont eur c’houlaouen dindanno e goueled ar draonien, e-touez ar gwez.

— Henhont eo ar marc’heg Ruskeg ? eme Rusdal.

— Hen e-unan, eme ar zorser ; ema war varc’h ha daou vevel en e raok, eul letern ganto.

Marc’heg Rusdal ne c’hortoz ket hirroc’h. Ar warizi, ar gasoni, ar gounnar, an egar o virvi en e galon, en em daol a benn-herr d’an traon evit en em strinka war e enebour. Hogen, pelloc’h edo dioc’h goueled an draonien evit na zonje d’ezan, hag evel daoulagad e gorf ne welent ket muioc’h evit daoulagad e ene, ez a da steki oc’h eur roc’hel, ha diwar ar roc’h-se e ruilh a roc’h da roc’h beteg an traon, hag e koez flastret etre treid marc’h an dijentil Ruskeg.

An dijentil mat a lavaras d’e zaou vevel sevel an den-ze, hag hen e-unan a ziskennas diwar e varc’h evit sikour an hini a wele astennet eno maro war an hent. Hogen, pebeus souez ha pebeus spont o devoe pa weljont n’allent ket e zevel hag oa troet ar c’horf maro e mean ! Neuje e weljont ive eun all o tont da gregi e korf ar marc’heg maro : sorser Lannedern oa ; ha pa welas petra oa deut e vignon da veza, e laoskas eur youc’haden skrijus, hag e tec’has ac’hano evel eun den diskiant. Hag e gwirionez, troet oa e spered, ha mervel a reas hep dale, skoet hep mar gant dourn Doue.

An dijentil Ruskeg a drugarek aas neuze Doue c’hoek da veza e zifennet oc’h an daou zen fallakr-se.

Korf ar marc’heg eat e mean eo a zo eno dirak ar c’hao ma hon eus komzet anezan, hag hen henvel a reer Ar Marc’heg Milliget.


G. M.


(Tennet diwar Feiz ha Breiz, 23 mae 1868).


————


DIZOURSI
PE
Ar Marichal hag ar Maro


————


Eur wech ez oa eur zoudard breizad hanvet Dizoursi abalamour ma veze atao laouen, hag ivez abalamour ma karie lavaret farserez evit lakât an dud da c’hoarzin. Edo o tizrei d’ar gêr eus an arme, echu e gonje gantan, a lavar lod ; re-all a lavar oa deuet dreist ar voger ; mes an dra-ze ne zell ket ouzomp.

Goude beza baleet epad eun dervez hirr ec’h en em gavas wardro mare kuz-heol dirak mogeriou uhel eur c’hastell-krenv. Skuis oa ; naon en doa ivez, ha n’en doa gwenneg ebet war e hano. Ma ’z eas da c’houlen lojeiz d’ar c’hastell.

Skei a reas war an nor. An norig vihan a yoa en hini vras a zigoras, hag ar porsier a c’houlennas :

— Petra glaskit ?

— C’hoant em befe da gaout eun tamm lojeiz, evit an noz-ma hepken, rak skuis oun gant va derveziad bale.

— Chomit aze da c’hedal eur pennadig, mont a ran da c’houlen ali an Aotrou.

Ar porsier a yeas da gaout an Aotrou, hag a lavaras d’ezan ez oa e-tal an nor eur zoudard skuis maro o c’houlen loja.

— Grit d’ezan dont d’am c’haout, a respontas an Aotrou.

Ar porsier a zigoras an nor d’ar zoudard hag a gasas anezan da gaout an Aotrou a oa o tomma e-kichen. eun tan brao e sal vras ar c’hastell.

— Noz vat, Aotrou ! a lavaras Dizoursi oc’h erruout er zal.

— Noz vat, va faotr, a respontas an dijentil. Petra. fell d’it ?

— C’hoant em befe da gaout lojeiz, rak skuis maro oun, naon em eus ivez ha gwenneg ebet n’em eus.

— Loja rin ac’hanout a-walc’h, ha zoken bez’ ez pezo kement a gari da zibri ha da eva, ma n’out ket aonik, ha ma karez tremen an noz en unan eus kambchou ar c’hastell a vez gwelet bemnoz enni, teuzed, diaoulou, pe me n’ouzoun ket petra. Ar pez a c’houzoun eo e ve enni eun trouz, eur safar bemnoz ma ne c’hell den chom a-dost ; red mat eo bet d’eomp dilezel krenn ar gambr-ze. Ma teuez a-benn da gas kuit an drouk-sperejou, ma c’hellfomp distrei adarre da jom enni, kleo, n’ez pezo ket kollet da boan, paeet mat e vezi.

Dizoursi a respontas :

— C’hoant am eus da ober eun taol-esa, daoust petra c’hoarvezo. N’oun bet morse eur c’hrener, ha ne zisplijfe ket d’in gwelet eun tammig an diaoul a-dost ; alies a-walc’h em eus klevet ober e gaoz hep mac’h anavesfen anezan egiz-all. Goude tout, n’eo ket marteze, ken drouk ha ma lavarer.

— An dra-ze avat, eme an Aotrou, a zo kozeal ; te a zo eur paotr dibikouz. Mont a ran da gas ac’hanout betek eno. Kaout a ri er zal ar pez a goat az pezo ezom evit ober tan, ha bremaik me a roio urz da gas d’it bara, kig, chistr ha gwin kement ha ma kari. Ober a ri goude da geusteuren evel ma plijo ganez.

Dizoursi a yeas er zal vras, hag hep dale e teuas mevelien da zigas d’ezan eur feskennad danvad kris, eur vouchen vara gwenn ha c’houec’h boutailhad gwin koz. Da genta e reas eun tantad bras a dan hag e lakeas ar c’hig ouz ar ber. Goude ec’h azezas en eur gador vourret e-kichen an tan, e tanas e gorn butun, e tistoufas eur voutailhad gwin hag ec’h evas eur werennad. Hag e chachas war e gorn butun endra ma selle ouz ar c’hig o rosta.

— Petra eo ar spont ! emezan. An dud-se a gav d’ezo ez eus ama teuzed, korred, diaoulou, ha me c’hoar ?

…Ha gwelit pegen sioul eo pep tra dre ama ! peger brao emaon-me ama !… Ne vijen ken fall ganti ama, dreist-oll ma vije great ker brao atao d’in…

Hag hen ha diskarga eun eil gwerennad gwin ; edo o vont da staga ganti pa glevas eun trouz bras er siminal ; hepdale e kouezas en tan eur spez dic’hiz, eun diaoul, kredabl, hag a grogas ennan hag hen stlapas hep diezamant ebet betek ar penn pella eus ar gambr, koulz ha pa vije bet eur fagoden, hag hen da azeza en e leac’h war ar gador vourret.

— A la zonjas Dizoursi, setu ar zabat o vont da zigeri ! O n’eus fors, gwelet a raimp pe seurt finvez a vezo.

Sevel a reas en e zav, hag hen o vont da azeza dispont e kenver an hini nevez deuet, en eur gador-all, en tu enep d’eben. Hogen, prestik e klevas adarre trouz er siminal, hag eun eil Aotrou henvel mil ouz ar c’henta a gouezas adarre en tan, a zavas prim en e zav, hag ober ivez evel egile, kregi er paotr hag hen stlepel e penn pella ar gambr, ha da azeza en e leac’h.

— Setu ama mignoned difeson ! a zonjas Dizoursi o sevel en e zav ; va rost eo a dle beza poaz ; mont a ran d’hen tenna eus an tan, n’eo ket dont a rafe c’hoant d’ar re-ma da zailha gantan.

Dizoursi a eure d’an oaled ; edo o vont da gregi er rost pa gouezas eun diaou-all en tan, hag hen henvel e pep tra ouz ar re a yoa deuet en e raok. Hema ivez a grogas e Dizoursi hag hen taolas rost hag-all e penn pella ar zal.

— A ! eme ar c’hanfard, dont a ran da skuiza gant ar c’hoari-ma. Me a zo o vont d’o lezel da domma, rak doare a zo e karont an tan ; e keit-se me a yelo er gwele-kloz a welan aze. Kas a ran ganen ar c’hig hag eur voutailhad win ; marteze am lezint da goania e peoc’h.

Mont a reas e gwirionez d’ar gwele a yoa e traon ar gambr vras. Mes n’edo ket ennan astennet mat pa deuas an tri diaoul (ya, diaoulou oant, red eo hen anzav) betek ennan ha da goms outan evel-hen :

— A ! Dizoursi, an den dispont, te gav d’it eta emaomp o vont d’az lezel e peoc’h da frikota aze evel-se, en hon zra, evel pa vijez en da di da-unan ? Fazia rez, va mignon, ni a zo o vont da ober da stal d’it.

— Evelato, Aotrounez, mechans n’am lazot ket er gwele-ma, evel tri digalon, hag am lezot da zevel evit gellout en em zifen ? Emaoc’h tri ouz unan.

— Ya, emezo, sevel a c’hellez.

Ha Dizoursi da lammet eus e wele. En noz a-raok en doa kousket en eun iliz, ha dioc’h ar mintin en eur vont er meaz en doa kemeret er pinsin bras eur voutailhad dour benniget a yoa bet chistr enni. Kerkent ha ma oe war e zeuliou e tistoufas e voutailh, ha dao ! dao ! dour benniget a-dreuz hag a-hed war an diaoulou. Ar re-ma a wike, a fiche, a lamme, a filbouche o klask eun toull bennak da guzat pe eur riboul evit tec’het. Mantrus oa klevet anezo o vlejal.

— Awalc’h ! awalc’h ! emezo ; lez ac’hanomp da dec’het, Dizoursi ! Truez ! awalc’h ! awalc’h !

— Ya, ma roit d’in ho ker ne zistroot mui d’ar c’hastell-ma.

— Ya, ya, rei a reomp ; birviken mui ne zistroimp !

— Sinit neuze, lakit hoc’h hano ama war ar paper-ma gant ho kwad.

— Ya, ya, sina raimp gant hor gwad.

Sina rejont war baper parch a oe kavet dre eno. Dizoursi kerkent a lezas anezo da vont e peoc’h dre al leac’h ma ’z oant deuet, da lavaret eo dre ar siminal. Hag e c’hellas koania en e eaz. Kousket a reas c’hoek goude betek an deiz.

Mestr ar c’hastell kerkent ba savet a oe mall gantan mont da welet Dizoursi. Meurbet souezet e oe oc’h e gaout beo.

— Penaos, emezan, n’out ket maro eta ?

— Ya da, Aotrou, beo oun evel a welit, ha n’em eus ket bet an disterra glaz zoken.

— Hag ec’h eus tremenet ama an noz penn-da-benn ?

— O ya da, Aotrou.

— Ha n’ec’h eus gwelet netra direiz ebet ?

— Aze avat, aotrou, n’hellan ket lavaret nan. Bet em eus da ober gant kanfarted eus ar seurt ne garfen ket gwelet alies ; mes bezit dinec’h, kaset em eus anezo da vale evit biken diwar ho tro.

— Poan em eus o kredi ac’hanout ; pe seurt merk ac’h eus da rei d’in evit ma kredin ?

— Kemerit ar paper-parch-ma, ha gwelit petra zo warnan.

Hag e tiskouezas d’an aotrou ar paper el leac’h m’o doa sinet an diaoulou gant o gwad.

An aotrou a reas eur zell warnan, hag a lavaras laouen bras :

— O pebeus labour talvoudus ac’h eus grêt evidon ! Goulen diganen brema kement a gari evit da baemant, ha me hen roio d’it. C’hoant ac’h eus e rofen d’it va merc’h ?

Ne dalvezan ket kement-se a enor, ha n’em beus tamm c’hoant ebet da zevel ken uhel. Me a zo goveller dre vicher, evel oa va zad, ha mar fell d’eoc’h ober plijadur d’in, grit sevel d’in eur c’hovel e kichenik an hent bras, lakit enni houarn ha glaou, rak n’em eus gwenneg ebet. Me a houarno d’eoc’h ho kezeg ha re ho merourien hag ivez re ar veajourien a dremeno, hag e vevin evel-se dioc’h va labour, evel ma tle pep den onest.

An aotrou a reas sevel ar c’hovel e kichenik an hent. bras. Dizoursi a oe mall gantan mont da jom enni. Penn-da-benn an deiz hag an noz alies e klevet ar morzol o skei war an anne ; Dizoursi a garie al labour. Ar pratikou na vankent ket, ar pez a rea plijadur d’ezan hag hen lakae laouen hag eürus.

Eun dervez edo o labourat evel kustum, war gorf e roched, du e zremm gant ar glaou hag ar moged, pa deuas daou ziaveziad da dremen, unan anezo koz hag egile yaouank. Hag i da jom a zav dirak ar c’hovel.

— Labourat a rez a galon vat, Dizoursi ! a lavaras ar yaouanka.

— Red mat eo da bep unan labourat, Aotrounez, evit gounit e voued, a respontas Dizoursi.

Hag e tenne an houarn eus an tan, e skoe warnan gant ar morzol, hag hen lakae adarre en tan.

Ar c’houezen berad warlerc’h berad a zivere stank eus e dal. An daou dremener a jome bamet da zellet outan.

— Eveldout, Dizoursi, me a gar al labourerien, a lavaras adarre an dianavezet, hag evit hen diskouez d’it, gra ouzin teir goulen, ar re a giri, hag ez pezo hervez da c’hoant.

Dizoursi a reas eur zell korn ouz an daou zen, a vousc’hoarzas evel eun den ha n’eo ket bras e fizians.

— Da genta, eme ar c’hosa eus ar veajourien, goulen ar baradoz.

— Ar baradoz, va den mat, a zo d’an nep hen gounez, ha ne vez ket roet evel-se n’eus fors da biou, mechans.

— Komzet mat ec’h eus, eme ar yaouanka ; gra ouzin da deir goulen, ha me a raio hervez ma fello d’it, daoust petra c’houlenni.

— Mat, alies e teu sec’hed d’in o skei war an houarn, hag ar feunteun a zo gwall bell. Bez’ em eus aze eur wezen-ber er porz, a-drenv ar c’hovel ; goulen a ran ma tougo frouez kaer ha dare e pep mare eus ar bloaz, zoken er goanv.

— Da c’houlen ez pezo, eme ar beachour.

Kerkent gwezen-ber Dizoursi a oe goloet a vleun gwenn hag eur pennadig goude n’oa mui krenv a-walc’h ar skourrou evit dougen ar zamm per alaouret a yoa outo. Edot koulskoude e miz genver.

— Gra da eil goulen, Dizoursi, a lavaras adarre ar beachour.

— Goulen ar baradoz en dro-ma da vihana ! a lavaras a nevez an hini koz.

— Roit peoc’h d’in-me gant ho paradoz, tad-koz, a respontas Dizoursi ; ar baradoz a zo d’an nep a c’hoar e c’hounit, her gouzout mat a rit, ha fizianz am eus ne vezo ket serret ouzin goude va maro, ma em eus e c’hounezet.

— Ar wirionez eo, a lavaras an den yaouank. Gra da eil goulen, Dizoursi.

— Mat ! me garfe kaout eur gador vourret a-ze e korn va c’hovel ; ha me garfe ne c’hellfe sevel ar re a yeolo da azeza warni nemet pa o devezo bet va aotre (va asant).

— A zo roet d’it.

Kerkent e oe eur gador vourret e korn ar c’hovel.

— Gra brema da deirvet goulen.

— Arabat eo d’it mankout da c’houlen ar baradoz en dro-ma, da vihana ! a lavaras an hini koz.

— Ravoder koz, lavaret em eus d’it roi peoc’h d’in gant da varadoz. Goulen a ran brema eur re gartou e c’hounezin ganto bep taol, n’eus fors piou a deufe da c’hourin ouzin.

— Hag ez pezo ! Del, selu aze ar c’hartou. Hag e oe gwelet eur re gartou nevez flamm war an anne.

War gement-se. an daou veachour a lavaras kenavo d’ar goveller. An daou zen-ze, n’em eus ket ezom d’hen lavaret d’eoc’h, oa Sant Per, an hini koz, hag hor Zalver Jezuz-Krist, an hini yaouank, oc’h ober o zro dre Vreiz-Izel, evel ma reant alies en amzer-ze.

Meur a vloavez a yoa abaoue m’oa bet Hor Zalver ha sant Per o welet Dizoursi. Hema a rene buez eürus o labourat en e govel, daoust d’ezan da veza deuet eun tammig war an oad, pa deuas unan-all d’e welet. Ar weladen-ma avat na reas ket a blijadur d’ezan. An Ankou e-unan n’ankounac’haas ket Dizoursi. Dioc’h e forc’h hag e eskern noaz, Dizoursi a anavezas an Ankou dioc’htu. Ne gollas ket e benn evit an dra-ze ; kenderc’hel a reas da labourat ha da skei an houarn war an anne, evel pa vije dirazan an disterra eus e bratikou.

An Ankou a gemeras an dra-ze evit eun dismegans. Sevel a reas e falc’h gant buhanegez.

— Ah ! Dizoursi, emezan, hast afo lakaat urz en da stal evit dont ganen ; da dro a zo deuet.

— Va zro petra ? a respontas Dizoursi, oc’h ober neuz evel pa n’en divije ket komprenet.

— Petra ! n’am anavazez-te ket ? Me eo an Ankou, va mignon !

— A ! c’houi eo ar mestr Falc’her ? Mat ! mat ! Alies em eus klevet ober ho kont ; n’hoc’h anaven ket, petra fell d’eoc’h ? Digarezi reot ac’hanon.

— N’eus droug ebet ; alo, deus buhan, n’em eus ket amzer da goll.

— Ya, ya, sklear eo, p’eo gwir evel ma livirit eo deut va zro, ne garfen ket mont kuit evel-se hep beza houarnet ar c’hezeg a zo aze o c’hedal e toull va dor. Azezit aze eur pennad war ar gador-ze : eur pennadig bihan hepken, hag ez in d’hoc’h heul d’al leac’h ma karot.

— Mall eo d’in mont, ha n’em eus ket amzer da c’hedal. Mont a ran da rei d’eoc’h taol ar maro. Sevel a reas e falc’h evit skei.

— Asa, kemerit hoc’h amzer, pa lavaran d’eoc’h ; petra ra an dra-ze d’eoc’h ? O ! ne viot ket pell evit gounit an amzer gollet. Lezit ac’hanon da vihana da houarna kazeg hon aotrou person. Tri houarn a zo lakeat, ne jom nemet unan, hag evit va brud vat, ne garfen ket abalamour da n’eus fors petra, lezel en doare-ze ar marc’h diveza em bezo houarnet, dreist-oll hini hon aotrou person. Petra lavarfe sant Alar p’en em gavin dirazan du-ze d’an neac’h ? Azezit eta eur vunuten, pa lavaran d’eoc’h ; o ! ne vezin ket pell !

An Ankou a azezas er gador vourret. Dizoursi en em gavas dienkrez. Hag hen da labourat en eur gana hag o sutal. Lakaat a rea an houarn en tan, c’houeza rea avel er vegin, hag e tenne an houarn eus an tan da skei warnan war an anne ; kemeret a rea e amzer. Echui eure da houarna kazeg ar person, ha meur a hini-all zoken warlerc’h hennez. An Ankou a lavaras adarre :

— Alo ! red eo mont, kalz hent a jom ganen c’hoaz da ober hirio ; n’hellan ket gedal pelloc’h.

— Terri a rit va fenn d’in e gwirionez Roit peoc’h d’in hag am lezit didrouz ha didrabas da ober va labour ! a lavaras Dizoursi. Gouzout a rea re vat n’helle ket an Ankou finval dioc’h ar gador.

Kenderc’hel a reas da labourat epad an nemorant eus an deiz, epad miziou ha bloaveziou, hag ar Maro a jome atao stag oc’h ar gador. Pa veze hano gantan da vont kuit, Dizoursi ne rea nemet c’hoarzin ha sutal gwap d’ezan betek dindan e fri. Kement-se a badas pell.

Setu ez oa kant vloaz abaoue m’edo an Ankou tachet e ti Dizoursi, ha den n’en doa gwelet ar Falc’her epad an holl amzer-ze ; hag edot nec’het o klask gouzout petra oa deut da veza. Kaeroc’h c’hoaz, keuz a yoa d’ezan, inouet oat oc’h e c’hedal, koulz ha kement ha ma ’z oa kasouni outan diagent. Ne varvet mui ; deuet oat da gemeret ar vuez evit ar gwasa eus an holl drougou.

Dont a reas Doue evelato da gaout truez ouz an dud kez, hag e kasas eal an Ankou da lavaret da Dizoursi rei frankiz d’ar Falc’her bras.

Pa zigouezas an eal er c’hovel e kavas Dizoursi oc’h houarna kezeg evel kustum.

— Penaos, Dizoursi, emezan, e c’hellez-te derc’hel keit-all an Ankou en da govel evel en eur prizoun ? Kant vloaz a zo n’eus maro den ; ema an holl o klemm en ifern, er purkator, er baradoz ha dreist-holl war an douar ! An holl dud a fell d’ezo mervel brema. Gervel a reer ar Maro evel an hini hepken a c’hell parea ar poaniou, evel eun eal a deu da derri ar chadennou. Digaset oun gant Doue da gemenn d’it rei frankiz d’an Ankou war an heur.

— Ar wirionez eo, eme Dizoursi ; pell a-walc’h ema aze azezet war ar gador-ze. O veza n’eus trouz ebet gantan p’eo gwir ne ra nemet kousket, e feiz oan deuet d’hen ankounac’haat a-grenn. Mont a ran d’hen lezel da vont ganeoc’h. Hogen, prez labour a zo, dres. Gwelit, nag a gezeg a zo aze e toull an nor o c’hedal o zro ! Amzer hepken da lakaat eun tach bennak d’ar marc’h gwenn-ma hag a zo da Aotrou ar maner ; dioc’htu goude me a vezo ganeoc’h. Azezit ’ta da c’hedal n’euz forse peleac’h… aze, mar kirit, e-kichen an Ankou, frank a-walc’h eo evidoc’h ho taou.

Hag an eal a yeas da azeza e-kichen Mestr bras ar Falc’herien. Dizoursi a zerras dor ar c’hovel war an Ankou hag an eal, a lakaas an alc’houez en e c’hodel hag a yeas en hent gant ar c’hartou en doa roet Doue d’ezan ; n’en doa great netra ganto c’hoaz. N’oa ket eat a-bell pa gavas eun Aotrou o veachi, eun Aotrou ha n’en doa ket eur penn da blijout o welet eur re gartou gant Dizoursi en e zourn, an Aotrou-ze a deuas d’e gaout.

— Me garfe, emezan, ober eun abaden c’hoari ganez, va mignon.

— O feiz, eme Dizoursi, me ne c’houlennan ket gwelloc’h.

Hag ez ejont da azeza war eur mean bras, e kreiz eul lanneg, evit ober o abaden c’hoari kartou. Rannet e oe ar c’hartou, ha Dizoursi a c’houlennas :

— Petra zo da c’hounit ?

— Ac’hanta ! c’hoariomp ene oc’h ene, da hini oc’h va hini, a respontas an diaoul.

Dizoursi a oe mantret o klevet kement-all. Hag hen da zispenn an Aotrou dianavez azalek blenchen e vleo betek seuliou e voutou. E voutou a lavaran ?… n’en doa boutou ebet ; e dreid a yoa forc’hek. Dizoursi a welas neuze en doa kavet Laou goz. Hogen, fizians en doa en e gartou, ha setu perak e lavaras :

— Er memes tra !… N’ouzout ket petra zo oc’h da c’hedal, te hag a dremen koulskoude evit eul louarn koz.

Hag int da c’hoari. Dizoursi a c’hounezas ar barti genta hep poan ebet.

Deomp atao, eme Laou (Guilhou goz, an diaoul), daou ene-all oc’h an daou ac’h eus brema !

— Ya, eme Dizoursi, mar kerez ! Ro ar c’hartou.

Ar c’hartou a oe rannet evit an eil gwech, ha Dizoursi a c’hounezas adarre.

— Pevar ene oc’h ar pevar ! a lavaras egile, eun tammik lostok.

— Dao d’ezi !… Pevar ene oc’h ar pevar ene am eus gounezet, a respontas Dizoursi.

Hag e c’hounezas evel bep tro, na petra ’ta !

Hag evit troc’ha berr e livirin e chomchont evel-se da c’hoari epad kant vloaz, o toubla bep tro ar pez a vije en taol a-raok ; ha Dizoursi a c’houneze bep taol. Nag a eneou gounezet gantan ! Gounit a reas kement a eneou ma oe skarzet an ifern ! An eneou dre ma vezent lezet e frankiz a yea eus an ifern d’ar purkator ; mes kement a yoa anezo, ma oe red kas d’ar baradoz an eneou a yoa er purkator pa oat en em roet da c’hoari kartou.

Ar c’hoarier reuzeudik a laoskas neuze eur youc’haden spontus ; skei a reas eun taol troad war ar roc’h, hag hizio c’hoaz e c’heller gwelet ar roudou. Goude-ze an douar a zigoras da lounka an Diaoul.

E keit-se, an Ankou hag an eal a yoa alc’houeziet er c’hovel, hag o veza ne varvet mui, an dud a deue da veza reuzeudik evel ar vein. Kaout a reat anezo e pep leac’h, o sevel o divreac’h war-zu an nenv, oc’h hopal :

— Mervel ! Mervel !… O Maro, bezet truez ouzomp !

Dizoursi a oe skoet e galon gant ar c’hlemmou-ze.

— Pell a-walc’h a zo emaon war an douar ! emezan. Ne welan netra nevez ebet e-touez an dud : re vat ha re fall, re baour ha re binvidik, kalz poaniou, anken e pep leac’h ; ne welan den a gement a ve laouen e galon gant ar pez en deus. Mont a ran, brema, da welet petra, zo en tu-all. Mont a ran da lezel an Ankou da vale.

Hag hen d’e govel. An daou brizonier a yoa eno. Dihuna reas anezo, rak kousket kalet oant ; hag e lavaras d’ezo :

— Pell a-walc’h zo emaoc’h aze oc’h ober ho tud lezirek ; it brema gant hoc’h hent, ha grit labour vat ; dre holl e klevan tamall d’eoc’h ho leziregez, war an douar kouls hag en nenv.

Ne oe ket ezom d’o fedi diou wech da zevel, hag an Ankou kenta tra a reas a oe sevel e falc’h da skei Dizoursi. Mont a reas goude da ober e dro dre ar bed, ha me lavar d’eoc’h, ne jomas ket da zellet, c’hoant en doa da c’hounit an amzer gollet. Skei a rei herra ma c’helle a gleiz hag a-zeou, evel eur penn-follet, hag an dud kez a goueze an eil war egile, a-verniou, evel ma kouez ar yeot er prajeier e miz even dindan taoliou ar falc’her.

Setu ene Dizoursi savet d’an nenv, o vont war-eün da zor ar baradoz : Tok ! tok !

— Piou a zo aze ? a c’houlennas sant Per a yoa a-dren an nor.

— Dizoursi eo ! Digorit, mar plij.

— Dizoursi ?… Kerz pelloc’h, n’ema ket ama da leac’h.

— Perak ’ta, Aotrou sant Per benniget ?

— Sonj ez peus-te eus an deiz-se, pa oamp Jezuz ha me o veachi dre Vreiz-Izel, e kavchomp ac’hanout o skei war an houarn en da govel, tostik d’an hent ? An Aotrou a lavaras d’it ober teir goulen, hag e vije roet d’it hervez da vennoz, daoust petra c’houlenjez ?

— O eo ! sonj mat !

— Teir gwech e rojon ali d’it da c’houlen ar baradoz. Te avat a yoa fae ganez selaou ac’hanon. Mont a reas zoken betek lavaret d’in ez oan eur ravoder koz. N’eo ket gwir ?

— Eo, gwir eo, aotrou sant Per benniget ; ankounac’hait an traou-ze, me ho ped, ha digorit an nor d’in. N’eo ket plasou a vank aze, marvat ?

— Tra, tra, Dizoursi, ne deui ket ama.

— Ha da beleac’h eta e fell d’eoc’h ez afen ?

— D’al leac’h ma kari, ha pa ve da di an diaoul.

— Da di an diaoul ? O ! e anaout a ran ! Bet em eus da ober gantan. E peleac’h ema o chom ?

— An eil dor, en dourn kleiz.

— Mat eo ; mont a ran d’e welet, rak n’em eus aon ebet razan.

Ha Dizoursi a yeas da skei war dor an ifern : Dao ! dao ! dao !

— Piou a zo aze ? a hopas eur vouez en diabarz.

— Me, Dizoursi, emezan.

— Dizoursi Hag a zo mat, fidamdoustik ! Mez ne dalv ket d’it gedal dont a ma ! N’hon deus ket ankounac’haet petra ez peus great d’eomp gwechall er c’hastell. Pebeus merzerenti !… Go ude-ze ez peus skarzet hon rouantelez ha miret oc’h kalz re-all da zont ama, o terc’hel ar Maro chadennet en da di epad daou c’hant vloaz. Kerz, kerz buhan alese !

Hag e oe serret an nor ouz e fri.

Setu ama eun abaden avat ! a lavaras Dizoursi ; n’ez eus ezom ac’hanon nag en ifern nag er baradoz. Red mat eo d’in mont da skei war an nor a zo aze e kreiz ; marteze e vezin digemeret ganto !

Hag ez eas. Ar purkator eo a yoa eno : Dao ! dao ! dạo !

— Piou a zo aze ? eme eur vouez eus an diabarz.

— Me eo, Dizoursi.

— Dizoursi ? Kerz, kerz buhan alese, reuzeudik ! Te peus diskarget an ifern warnomp-ni ! Kerz buhan ! Kerz pell bras ac’halen.

— Evel-se ’ta, den ne fell d’ezan digemeret ac’hanon ! a lavaras Dizoursi outan e-unan, nec’het o klask gouzout petra deuje da veza. N’hellan ket chom ama va-unan koulskoude, er meaz. N’eus ket da lavaret, red e vezo d’in kaout lojeiz en eun tu bennak. Mont a ran adarre da skei war dor sant Per ; doare vat en deus, evel an dud koz peurvuia, hag evit tra pe dra, me zo sur e kavin an tu d’hen lakaat da zigeri an nor.

Hag ez eas a-nevez da skei war dor ar baradoz.

— Piou a zo aze ? a hopas sant Per.

— Me, aotrou sant Per benniget a lavaras Dizoursi.

— Me ? An dra-ze n’eo ket eun hano. Pe hano ?

— Dizoursi ! aotrou sant Per benniget.

— Adarre !… Lavaret em eus d’it mont da glask lojeiz e leac’h-all, evit ama ne vezo ket digoret d’it.

— E nep leac’h, aotrou Sant Per, n’em eus kavet dor zigor lezit ac’hanon da vont aze, mar blij !

— Biken ! biken ! ne dalv ket d’it, dale aze ! Kerz, terri a rez va fenn d’in.

— Me ho ped hag hoc’h asped, aotrou sant Per, korzigorit an nor d’in, ken nebeut ha ma kerot, ma c’hellin kaout eun tanva dister eus eurusted ar baradoz.

An Aotrou Doue en em gave d’an ampoent e toullig ar porsier e kichen an nor ; deuet oa da welet e vignon koz, hag evel a rea alies, chomet oa da ober eun abaden kaozeal gantan. Truez en devoe ouz Dizoursi, kaset kuit a bep leac’h, hag e lavaras da zant Per :

— Kor zigor da zor eun tammig, Per, ha lez anezan da ober eur zell war ar baradoz.

Sant Per a zentas.

Kerkent Dizoursi a stlapas e galabousen pella ma c’hellas er baradoz, hag e lavaras da zant Per.

Lezit ac’hanon, mar plij, Aotrou sant Per, da vont er baradoz.

— N’ez i ket, sell, mar kerez, keit ha m’eo digor an nor.

Mat ne virot ket ouzin evelato da vont da gerc’hat va c’halabousen ?

— Nan, ’re louz eo evit ma krog fen enni ; hast buhan neuze.

Dizoursi a yeas eta er baradoz hep ma vije ezom d’e bedi diou wech. Kerkent ha m’en doa lakeat e dreid en tu-all d’an nor en em lakeas da redek.

Sant Per a hope :

— Harzit anezan ! Krogit ennan !

Tri pe bevar eal a yeas war e lerc’h evit kregi ennan. Hogen Dizoursi a azezas war e galabousen hag a lavaras d’an elez ha da zant Per a yoa o tont gant eur penn-baz :

— Na skoit ket ganen ! N’hoc’h eus gwir ebet d’hen ober ! Me a zo ama em feadra.

Mes sant Per a venne skei taoliou baz gantan. Dizoursi a droas ouz Hor Zalver a yoa chomet da zellet hep lavaret ger ; ne rea nemet mousc’hoarzin :

— O c’houi, Aotrou Doue, hag a zo al lealded he-unan, hag a anavez gwiriou pep hini, anzavit emaon em zra ha n’en deus den, nag eal na sant Per ar gwir d’am c’has ac’halen ?

Hag an Ao. Doue a respontas :

— Ar wirionez a zo ganez, Dizoursi. Lezit anezan e peoc’h, p’eo gwir ne ra gaou ouz den !

— Klevet hoc’h-eus, c’houi holl dre aze ? An Ao Doue a lavar rei peoc’h d’in, p’emaon em gwir ; c’houi a dle senti outan.

Ha setu aze penaos ez eas Dizoursi er baradoz. Ra c’hellimp kaout eun deiz an heurvad da vont da welet ha gwir eo !

— Amen ! a respontas holl zelaouerien Lanmodez.


Destumet ha skrivet e galleg gant LUZEL, ha lakeat e brezoneg gant Klaoda ’r PRAT.


————


EPAD AN DISPAC’H


————


Ahont ez eus bet gwechall e Daoulaz eur person koz a veze gret an Aotrou Pab anezan. Setu aze unan c’hoaz hag en deus bet da ober epad an dispac’h. Kement eured a zo bet gret e-doug ar bloaveziou kris-ze, etre Plougastel-Daoulaz ha Plonevez-al-Faou, a zo bet grêt kouls lavaret holl gantan. Ouspen eun dornad kaierou skrivet ha sinet gantan a zo c’hoaz e Lopereg evit testeni a gement-ma.

Evit doare ne oa ket aonik an den, nag eus penn diveza ar sizun ne dlie ket beza ken nebeut. Rak war am eus kievet re goz o konta, ral a wech iliz Lopéreg a zo bet hep oferen da zul, epad an dispac’h. Ha beleg estren ebet n’en deus biskoaz he sklabezet. An aotrou Pab peurliesa a lavare eno e oferen.

Eur zulvez edo gant e oferen p’ en em gavas ar re C’hlaz. An iliz a oa leun kouch, hag an doriou, a c’hellit kredi, serret ha prennet kloz. Ar zoudarded, daoust ma oa eun dorna dig brao anezo, na gredjont ket mont re rust d’an dud fidel. D’ar mare-ze, gant pep hini e veze eul leor ofe en rust eun tammig : eur foultren penn-baz, darn zoken eur fuzuilh a zougent. Klask trouz oc’h kement all a dud kris awalc’h marteze da rei eur mestr taol n’oa ket yac’hus, hag ouspen ne glaske ar zoudarded en dro-man nemet ar beleg. Heman koulskoude a echuas e oferen ken dinec’h ha tra. Diwisket gantan e aournamanchou, ez a e mesk ar bobl : eur c’houer brao anezan, hir e vleo, eur jupen c’hloan rouz gantan evel gant ar re all.

Ar zoudarded a zakre, a jarnee ; den na flache… Eun eur, div eur, teir eur… Ar re oa en iliz a jome en iliz, didrouz o pedi. Ar zoudarded a zaone e kichen an doriou.

Petra da ober ? Naon ha sec’hed a groge er zoudarded keiz. Ar vourc’haden n’eo ket bras. D’ar mare-ze oa bihannoc’h c’hoaz ; ne oa ket enni pemp na c’houec’h hostaleri evel breman ; n’oa nemet unan, hag an hostiz dres, a oa breur an aotrou Pab.

An naon hag ar zec’hed, tudou, a zo gwall bôtred.

— Asa, eme ar c’habiten, ne dalv ket d’eoc’h. Digasit aman ho person hag e teuoc’h er meaz tout.

Ger ebet en iliz.

— Mat ? chomit aze da vervel gant ar zec’hed, mar kirit !… An hostiz hepken.

An hostiz n’oa ket eun den kris a galon,

— Ya da ! emezan, daoust ha n’oc’h nemet eun toullad lamponed ne ve ket mat lezel ac’hanoc’h da vervel gant an naon. Bremaik me ’zo o vont. Ar re-ze a ve gouest da vrevi pep tra du-man, ma ne ’z an ket.

Hag an hostiz er meaz.

Daou zoudard a oue lezet da ziouall pep dor. Ar re all a yeas da heul ar Yan (evelse ec’h hanved an hostiz).

P’en doa torret o zec’hed d’ezo da vad hag eun draig ouspen, Yan a yeas d’e c’hodel da glask alc’houez an armel.

— Asa, pôtred, aze ez eus bara e gorre an daol. Mes mar ho peus sonj da gaout eun tamm amann pe eun tamm kig da lakât warnan, e rankan mont da glask an alc’houez a zo gant an hini goz en iliz.

— N’eo ket chas omp-ni, michans, da zebri bara zeac’h… It da glask hoc’h hini goz buhan… He ! he ! eur banne c’hoaz araok.

— Daou, mar kirit.

Hag ar bôtred da drinka. Unan anezo a zavas da vont gant Yan betek an iliz.

— Mari, deus d’an ti ’ta gant an alc’houeziou.

Digoret an nor da Vari, ha Mari er meaz, he mantel dastumet mat an dro d’ezi. Ne grede ket lavaret eur grik, ar baourez kez ! Dirak soudarded !…

Digeri a reas an armel, ha goude e savas d’ar zolier da jench he dilhad, hag hi o tisken, mes e kreiz an diri ez eus eun nor da vont el liorz adrenv an ti… ha Mari el liorz.

Bet eun hanter-eur bennak o tibri hag oc’h eva, e teuas sonj d’ar zoudarded da vont da ziouall an doriou, e keit ma vije o c’hamaraded o leina d’o zro.

P’en em gavjont, en iliz e oa skuiz awalc’h an dud evit doare. Goulenn a reant, da vihana, dont er meaz.

— Ac’hanta, eme ar c’habiten, me c’houie e vijen deuet a-benn eus ar beleg-se.

— Peseurt beleg ? eme unan bennak. Aman n’eus beleg ebet.

— Farser a zo ac’hanoc’h ! N’emaoc’h ket, marvad, o vont da baska luz d’in-me… Deuit er meaz dre an nor vihan aman, pep hini d’e dro, ha me a ziskouezo d’eoc’h bremaik peseurt beleg a zo aze.

Hag an dud er meaz, an eil goude egile. Sellet piz e oue outo. Den trist ebet, daoust d’ar skuizder ha d’an naon. Dont a reas koulskoude an diveza er meaz.

Hag ar beleg ?… Beleg ebet !

— Krebie ? eme ar c’habiten. Klaskit aze, pôtred, e kement korn a zo en iliz, en toullou kovez, er c’hamprou, en tour, e pep leac’h. Ma n’omp ket sorset, ema d’eomp en dro-man, pa lavaran.

Klasket e oue, furchet e oue e kement toull a zo dre an iliz. Aotrou person ebet !… Ar sorser ! An diaoul ? E peleac’h an dampred eo eat hennez ?…

Ar zoudarded n’o deus gouezet biskoaz, marvad, da beleac’h e oa eat an aotrou Pab, en devez-se, na penaos e oa bet great an taol. Marteze c’houi a garfe gouzout. D’eoc’h e livirin avat :

Pa zeuas an hostiz da glask e hini goz, an aotrou person a yeas er meaz e leac’h Mari, kuzet mat dindan eur vantele, sioulik e tigoras an armel, ha p’en doa stlapet ar vantele er zolier… flip ! hag er meaz… hag en hent, mar gouie, a-dreuz ar parkeier, ar gwaremmou, ha d’ar C’hrevel da guzet en eur bern kolo. Setu aze !

Lambol-Gwimilio. — Klevet hoc’h eus hano eus Lambôl ar C’herniel ? Lod-all a lavar Lambôl ar givizerien. Eno eo tout ! E Lambôl eta e oa, en amzer an dispac’h, eun den hanvet Fanch Abgrall. Pell bras goude eo bet beo, ha yac’h hag istimet gant an holl.

D’ar mare-ze, Fanch Abgrall a oa yaouank awalc’h ; eun ugent vloaz bennak pe war-dro a c’helle da gaout. Kivijer a oa, evel just, pe mar kirit, o teski e vicher e ti e donton Fanch Pap, er Perennou. E ti eur c’hristen mat ha start edo, hag hen e-unan a oa eur c’hristenig gros awalc’h en e greden. Hen diskouez en deus great. Paotr abret gant an dra-ze : Asa, eul Lambôliad !

Nag a droiou en deus great hennez d’ar re Chlaz ha d’an diaoul, o mestr ! Nag a dud klanv, tro war dro, n’o deus ket bet da drugarekât anezan, evit beza digaset ar beleg d’ezo, epad an dispac’h !

— Fanch, e teued da lavaret d’ezan, e peleac’h, en han’ Doue, e kavimp-ni eur beleg ?… Du-man, eme-unan, ez eus eur c’hlanvour o vont da vervel… Va zad, va mam, eme re-all, a zo toc’hor… Eur beleg en han’ Doue !

— Alo, eme Fanch, it d’ar gear, hag ember da noz digasit aman daou benn kezeg, ha me a gavo eur beleg d’eoc’h.

Da noz e teue daou loan-kezeg, ha Fanch gant ar beleg a lavare : yao !

E peleac’h e kave Fanch Abgrall ar beleg ? N’eo ket d’an holl e oa da c’houzout an dra-ze. Kavet e veze eur beleg mat, ha laouen an dud, ha peoc’h goude.

An aournamanchou oferen a oa ive e karg Fanch Abgrall, er Perennou.

Eun droiad, setu pevarzek archer war varc’h oc’h en em gaout d’ober ar furch. Santet e oa eun dra bennak, feson a zo, war heman ar Perennou. Fanch a oa, ken. eün ha tra, o plega ler pa zigouezchont.

— Labour o deus kavet, emezan. N’o deus ket roet avel c’hoaz d’ar guziaden.

Eun nebeudig mat a ler a oa da blega, ha Fanch n’en doa ket amzer da jom re hir da zellet ouz an archerien. N’eo ket eun didalvez oa Fanch. Nan ! mont ha dont a rea gantan briajou ler en eur gana, en eur zutal, ken drant hag eul laouenanig oc’h ober e neiz.

An archerien a yeas d’an ti, a glaskas e pep korn ha netra ne gavchont. Pec’hi ’reant, sakreal spontus.

— Koulskoude aman ez eus beleien, a lavarent.

— Mat, gwelet a rit hoc’h unan n’eus ket a veleien dre aman.

— Gwelomp an armeliou, emezo. An aournamanchou oferen a gavimp.

Ha klask adarre ! An dilhajou en tu-man, en tu-hont. Pep armel a oe dispac’het an traou enni. Bout ! paz eur spilhen an holl !…

Fanch Abgrall en doa pleget, etretant, eur bernig brao a ler.

— Er c’hardi ahont, a lavare unan eus an archerien, e c’hellfe beza kuzet an aournamanchou.

— Klev ’ta, pôtr yaouank, deus aman ! E peleac’h eman eo kuzet ar sitoianed beleien ?

— Beleien ! a lavar Fanch, en eur c’hoarzin leiz e c’hinou, e peleac’h ? E feiz lavarit d’in ha me lavaro d’eoc’h.

— Diaoul, pôtr yaouank, aman war a leverer ez eus, dindan guz, beleien hag aournamanchou oferen.

— Beleien !… aournamanchou !… Va Doue, ôtronez, me zikouro ac’hanoc’h d’o c’hlask, mar kirit. Mes araok e rankan lakât ar bailh-man war ar bern ler a zo ahont gant aon ne deufe glao. Roit an dorn d’in, mar plij, unan ac’hanoc’h !

Stag eun archer da zikour Fanch.

— Mat, breman klaskomp !

Kaer e oe klask e kement toull a oa dre gear, ne rejont nemet koll o amzer.

Ma karfent, ar c’hinaoueien, beza furchet ar bern ler, e leac’h sikour Fanch d’e c’holo, o dije kavet eno an aournamanchou a glaskent.

Fanch Abgrall, p’en doa gwelet anezo o tont, en doa buhan ha buhan paket ar re-ze etouez eur c’hroc’hen, ha ken dizevan ha tra a daole ler-all war c’horre, hag ar bailh ouspen gant sikour an archer !


Eun istor eus amzer an Dispac’h
————

Epad amzer trubuilhus an dispac’h vras, en hor bro gaer Breiz-Izel n’eo ket bet manket an dud a feiz en despet d’al lezennou yut a zouged neuze. An holl a c’hoar ez oa eul lezen dreist ar re-all hag a gondaone d’ar gwillotin kement penn-tiek a vije dizoloet beleien en e di. En despet da ze, c’hoaz eur wech, en despet da fallagriez an dud digoustianz a rea neuze o mistri e Bro-C’hall gant peadra ar re a lazent hep truez, e kaved c’hoaz tud kalonek da rei digemer d’ar veleien taolet er meaz eus o fresbitaliou ha d’al leanezed harluet eus o c’houenchou.

Hervez am eus klevet va mam-goz o konta, e renk an dud kalonek ha dispont-ze edo Fanch Madeg hag e bried Mari Pab, o daou o chom e Kergoad-vihan e parrez Pleiber-Krist.

E ti an daou zen trugarezus-ze ez eus bet asamblez dindan guz betek seiz, etre beleien ha leanezed. N’em eus dalc’het sonj nemet eus hano daou anezo, abalamour, me gred, e vezent eno aliesoc’h eget ar re-all. Unan eus an daou-ze oa an aotrou Kostiou, maro vikel-vras e Kemper ; egile oa an aotrou Abgrall, maro person e Sizun.

Ar c’henta a oa bet kerc’het e kreiz an noz evit rei ar vadiziant d’am mamm-goz pa deuas war an douar.

Al leanezed a oa Urzulinezed. Eur pennad int bet oc’h ober skol d’ar merc’hedigou e bourg Pleiber-Krist arok mont da Vontroulez d’ar gouent a c’halver hirio c’hoaz “ar gouent nevez” renet gant leanezed ar memes urz.

Eun ijin dispar a ranke da gaout Fanch Madeg hag e bried evit miret na vije dizoloet ar re en em gave dre guz en o zi ; rak en noz evel en deiz e tigoueze tud aberz ar Republikaned rus da furchal kement kougn a yoa el lojamant.

Alies ne c’houient hano nemet klevet dao-dao war an nor. Petra rea neuze Mari Pab ? Hi a zave prim da zihuna ar vugale hag ar plac’hed hag ober d’ezo mont d’ar zolierou e gweleou ar veleien hag al leanezed a ger-ze epad an amzer-ze en eur c’huz. Paotred ar Republik rus pa ne gavent nemet tud an ti er gweleou, petra rafent nemet mont en o zro ?

An dra-ze ne vire ket n’he dije Mari Pab saveteat o buez da veur a hini.

An oferen a lavared er c’hardi, aliesa ma c’halled. Atao avat e ranke beza tud oc’h evesât, en aon na zibouchfe ar furcherien eus eun tu pe du. Meur a wech ez eus bet ranket hasta buhan kuzet an aournamanchou hep amzer d’o flega.

Deiz yaou an treut, eur bloavez, en eur ober ar furch, ar Republikaned a gavas en eun armel eur stol hag eun nebeut ludu war eur plad, ankounac’heat eno abaoue an derc’hent.

— Ac’hanta, Mari Pab, eme unan eus ar baotred-ze, c’hoas e leverot n’eus ket beleien kuzet en ho ti ?

— Kav anezo ’ta, mar deus, a respontas Mari ken dispont ha tra ; me ’zo prest va gouzoug da droc’ha.

Ar republikaned rus, dallet gant respont ar vaouez, a yeas kuit.

Eun devez evelkent, panefe unan eus ar vugale, e vije bet lakeat gwall nec’het. Diredek a reas ar c’hrennard d’an ti en eul lavaret : « Ema erru ar brageier rus adarre ! »

An aotrou Abgrall en em gave en ti d’ar mare-ze. N’en doe nemet just an amzer rekis da nijal evel eul luc’heden eus an ti hep beza gwelet gant paotred ar c’houarnamant a yoa dija o zreid war dreuzou dor ar porz, her ha droug bras enno.

— Amzer, paotred ! eme Vari, ho paperou, mar plij ? E c’hellit kredi, Mari a jomas ar pella ma c’hellas da zellet ouz ar paperou-ze.

Epad an amzer-ze, an aotrou Abgrall en doa reuget hent ha kavet plas d’en em guzet.

Pedomp Doue, kenvroiz, ma plijo gantan dizrei diwar hor bro garet eun amzer ken skrijus, leun a goumoul hag a zaelou.

An aotrou Pab, eun devez all, a oa bet koulz lavaret etre daouarn an archerien. Evel dre wask o bizied e tec’has diganto e giz eur zilien.

Peurliesa er C’hrevel, (ac’hano ’oa ginidik), e veze kuzet, gwech er bernion kolo, gwech en ti, gwech er c’hreier. Eno e veze gantan an Aotrou Doue en eur plasig distro bennak. Ac’hano e kase o zakramanchou d’an dud klanv hep letern na kloc’hig, An Aotrou Doue a zouge en e vruched.

Eun devez ’ta edo o vont da gas e zakramanchou d’eun den torc’hor e parrez Kimerc’h, en eur geriaden tostik awalc’h d’an iliz nevez, eun hanter eur vat a vale diouz an iliz goz. Tremenet gantan bourkig Kimerc’h e tigouezas e kichen eun orator bihan a gaver war an hent eus Kimerc’h d’ar Faou. Ti zant Leger a vez great eus an tiig-ze. Ac’hano e welas o tont, a benn-kas d’ezan daou archer war varc’h.

C’houi, marteze, pe me a vije lammet en eur park bennak evit redek a dreuz karter ? Mat, an aotrou Pab ne reas ket evelse. Mont a reas ato gant e-hent, ken dizoursi ha tra, rak, a lavare goude, n’eus ket par da lakât ar chas da gounnari ha da zailha warnoc’h evel redek en o raok.

Setu an archerien : « He ! he ! savez-vous où le citoyen Pape, le prêtre ? (Goût a rit-hu e peleac’h ema ar sitoian Pab, ar beleg ?)

— Han ! me n’oun dare petra livirit ?

— Aotrou Pab du Crével ?

— Ah ! an aotrou Pab ! Feiz bremaik edo er C’hrevel. Me n’eus ket c’hoaz ouspen eun hanter eur, a zo tremenet dre eno, ha d’ar mare-ze e oa en ti o kaozeal gant unan deut d’e glask da welet eun den klanv. N’oun ket evit lavaret d’eoc’h larkoc’h.

Brute de paysan ! emezo.

Ha yao mar gouient d’an daou lamm rus warzu ar C’hrevel. Dre ma ’z eant, pa gavent unan bennak, e c’houlennent kelou. Den n’en doa gwelet an aotrou Pab, war o meno.

Unan, koulskoude, hag a oa a du ganto, a lavaras d’ezo :

— Petra ? n’oc’h eus ket gwelet unan o vont aze bremaik ? Evit pell araozon-me n’ema ket, destumet e vleo gantan dindan e dok, hag hen war manchou e roched ! Hennez eo ! mar hoc’h eus c’hoant da gaout anezan, it buban d’ar G… Da vont di ’oar deut d’e glask.

Hag an archerien da zispenn e roudou. Ne ket d’ar paz ez eant !

An aotrou Pab, pa welas oa eat an archerien a guz, a jachas ive eun tammig war e zivesker, ne ket an neuz d’ober e oa.

— Ma kav ar re-ze eur c’henseurt bennak, a zonje-hen, ema great ganen bremaik. » Buhan ha buhan, p’en em gavas, e roas e zakramanchou d’an hini klanv, hag er meaz prest da guzet.

Eat war e souch, treuz daou pe dri bark, e savas e benn dreist ar c’hleuz ha ken eün ha tra an archerien a yoa o vont en ti… An neiz a oa goullo. E peleac’h e oa eat al lapouz ? Den n’en doa gwelet ar beleg.

Setu eta an archerien baour kondaonet da gwitât hep an hini a glaskent. Tro wenn adarre !

— An hailhon-hont, a lavarent etrezo, en eur vont kuit, a oa oc’h ober gwap ac’hanomp-ni, o tigas ac’hanomp d’ar G… Ar Pab a dle beza er C’hrevel.

Ar beleg, o welet anezo o vont en o zro, a stouas d’an daoulin da drugarekât an Doue a zouge d’ar re glanv hag en doa hen diouallet dija ken alies a wech betek neuze, en dro-man dreist-oll, ha ken alies a dro all divezatoc’h epad holl amzer an Dispac’h.

Gouest a ve c’hoaz an Aotrou Doue, a gav d’eoc’h, da ober kement all evit e veleien, ma tizrofe ar memes amzer war hor bro ? Ne ket d’eomp-ni eo klask an tu da welet ar seurt amzeriou-ze evit aprou furnez ha galloud ar Mestr. Doue, her c’hredi a reomp, a gar e veleien hizio evel gwechall, hag a c’houfe o diouall hervez e volontez, breman evel neuze. Mes ar pez a gredomp ive eo ne vankfe ket a drubarded d’o diskuilh a amzer da amzer.


————


Moustrerig [10]


————


An dra-man oa er goanv, en deiziou warlerc’h Nedeleg pa oa teo an erc’h war an douar, eur pardaevez hag edo dre-holl ar « gwenn war c’horre » zoken er falla pareziou eus hor bro.

Inouet-maro du-man, goude va c’hoan, e sonjis mont d’ober eun tom da di tonton Yann ar C’halvez, er geriaden nesa. Kalz tud a veze ato eno, kozidi ha yaouankizou, goude o c’hoan, evit selaou Yann, an tonton Yann, evel m’oa galvet gant an holl, o tanevellat dirak eur c’hef o tevi en tan.

Pa oan o tigeri an nor, eur vouez a zave en diabarz :

« Gwechall ha gwechall all, an nep n’en doa ket… »

O klevet trouz e toul an nor, tonton Yann a davas mik gant e varvailh hag e savas e fri da zellet ha piou a c’helle beza ken divezat o tont da zirenka an traou ha da viret outan da vont pelloc’h gant e gontaden.

— Doue d’ho pennigo ! emeve o vont tre barz an ti.

— Ha ! sell ’ta, te zo aze, kamarad ! Deus aman da gemeret renk en-dro d’an tan.

An dud raktal d’en em starda evit ober eun toullig bihan d’in, rak anavezet e oan evit beza unan eus gwella hostizien an ti.

— Te anavez Moustrerig, a c’houlennas ouzin Yann pa oe siouleat an traou.

— Moustrerig ? emeve souezet. Nan, zur, tonton Yannig, biskoaz n’em eus klevet hano anezan.

— Edon o vont da gonta Moustrerig d’ar re-man pa ’z out erruet. Breman e c’hellan kendelc’her…

Ha goude beza tanet eur c’horn-butun du, koz ha milgoz, da vogedi toullou e fri, Yann a gomansas dre ar memes geriou hag a ranke lavaret ato araok deraoui gant pep marvailh :

— Gwechall ha gwechall all, an neb n’en doa ket a lagad a oa dall, ha breman, bepred an neb n’en deus hini na wel ket. Gwechall eta ez oa o chom eur miliner en milin ar Beler hag a oa hanvet Fanch ar Berr. War studi ar velegiach e oa bet, ha rak-se oa desket bras, hag an dud vat eus ar c’harter a grede gwir bater ez oa sorser.

Me da genta, na rean nemet gwap ouz ar re a deue da lavaret ze d’in :

— Miliner ar Beler, sorser ! Allo ’ta ! C’houi zo kollet ho penn, va den mat ? a responten da gement hini a errue ganen hag a gomze d’in eus an dra-ze.

— Ya, Yann ar C’halvez, ya, sorser… ya brao, rak teurel e ra sorserez war an dud.

— Ravoderez gwrac’hed koz evel hounnez eus ar Roc’h !

Koulskoude eun devez, diwar va c’houst va unan, e teskis e oa sorser Fanch ar Berr, ha setu aman penaos e oa darbet d’in lezel va c’hroc’hen en e di :

Kalvez-milin oun bet ato dre vicher. Eun devez, ar beleg manket am galvas da vont d’e di da reaka eur rod-vilin bennak ha ne yea ket mat en dro. Mont a ris hep marc’hata, rak Fanch oa unan eus va gwella hostizien, ma n’oa ket zoken ar gwella. Evel m’ema milin ar Beler eur c’houistellat mat ac’halen, e chomen ato da loja er vilin ; rak d’ober petra ez ajen da goll amzer o tont d’ar gear pa oa frankiz a-walc’h d’am loja eno ?

Goude beza debret va c’hoan : eun tam patatez gant leaz ribod d’o zouba, ez is d’am gwele e traon an ti… Kousket a ris buhan a-walc’h, rak eur gwall-deveziad em oa bet, ha da oa d’in diskwiza a-benn an devez war-lerc’h a vije ken gwaz all bemdez…

War-dro hanter-noz ez oun dihunet en eun taol !

Santout a ran eun dra bennak o voustra war va gar, hag a vale a nebeudouigou bihan hed va gar ha goude-ze hed va c’horf.

« Asa, daonet, a zonjis, petra ’n diaoul a deu d’am direnka evelhen ? »

Teurel a ris va dorn buhanna ma c’hellen war al eac’h ma zanten an dra dizanav-ze o vale…

Poan gollet ! Ne gavis netra, mes avat an aneval direnker a zoa nijet kwit hep mar, rak ne zanten mui seurt.

Ha me kerkent d’en em rei d’ar c’housked hep teurel muioc’h a bled ouz an dra-ze !…

Goude beza moređet eun hanter-eur bennak, ar memes aneval — pe me oar petra ? — a deuas d’am egazi adarre. E lezel a ris tre da zont betek va feultrin. Neuze ploup ! ha va dorn war al leac’h-se ; mes poan gollet adarre, netra na dapis… nemet eun tamm poan em stomok rak krenv diot em oa skoet.

« N’eo ket a-walc’h an dra-ze, a liviris ; red eo d’in gwelet petra ’zo war va zro… eur raz pe eur c’haz, m’oarvat !…

Furchal ha difurchal, trei ha dizrei linseriou, pallennou, kolc’hejou… a ris, mes en aner ; raz na kaz na oe kavet. Betek e-touez ar c’holo e klaskis, mes ne oan ket avansetoc’h.

Sonjal a ris neuze gervel tud, mes marteze ne rafent nemet c’hoarzin d’in ha va gwapaat e leac’h va zikour… Hag ouspen, pa deuis da zonjal mat, daoust ha n’eo ket ar miliner marteze e unan eo oa oc’h ober an taol farserez-se d’in, o klask va mouga dre e zorserez ? Gant ar zonj-se em penn e teuis da grena evel eur bern deilhou… hag e teuas da zonj d’in eus ar pez a gonted war-benn ar miliner, rak gouzout a rean mat n’oa aneval beo ebet er gwele kloz, ken piz em oa furchet hag asfurchet kement leac’h oa ennan.

Petra d’ober ? En em lakaat da gousket adarre, na petra ’ta ! Mes evelkent n’oan ket dizoursi na dinec’h, kalz a vanke d’in zoken…

Allo ! mat ! setu hen asdeut, kerkent ha m’am eus serret va daoulagad.

« En dro-man vat, emeve, e lezin anezan da zont tre betek va gouzoug, forz ha pa ouifen beza mouget ! »

Ploup ! eman tapet ! a zonjis. Tapet a-walc’h a lavaran-me zur ! Ar c’hounif donv a yoa nijet kwit adarre evel eul luc’heden, ha ne gaven roud ebet anezan.

Ma krenen araok, breman e ris gwasoc’h c’hoaz ! Nan, mar ebet mui ! ar miliner eo a c’hoarie an droiou-se d’in gant ar zorserez, rak asa, daonet, na oa na raz na kaz, na seurt ebet er gwele kloz, ken furchet ha difurchet em oa anezan.

Em brasa kaouad aon ec’h en em erbedis neuze ouz Doue, ar Werc’hez, an holl Zent ha Sentezed eus ar Baradoz… hag e liviris n’ousped De profundis — ar pez n’em oa ket great pell amzer a oa — evit kement ene maro a c’helle beza er boan, evit ma teujent d’am zikour da denna diwarnoun sorserez ar miliner. Hag araok kousket e ris eur «sin ar groaz» gant kalz feiz, ar pez em oa ankounac’heat ober abarz dont d’am gwele. Ar peur-rest eus an noz, netra na deuas d’am egazi. Mes avat kerkent ha goulou deiz e hastis gwiska va dilhad, ha mont er-meaz eus an ti, rak santout a rean ato e oa ar sorserez o poueza war va diouskoaz.

— Da beleac’h ez it, Yann ? a hopas Fanch Ar Berr. p’edon o tivorailhi an nor.

— Kre diaoul daonet, a zonjis, ’meus aon out souezet abalamour m’emaon c’hoaz e buez, hag ez peus c’hoant va zapout a nevez…

— Asa Fanch, eme ar wreg, serr da c’hinou. Anat d’it, Fanch a zo savet gantan c’hoant mont war veaz.

Ne jomis ket da c’hedal hirroc’h, ha me en hent war zu ar Roc’h-Toul.

Er Roc’h ez oa o chom eur vaouez koz, Mona, eur sorserez eus ar penn, eur sorserez dreist ha ne oa ket drouk tam ebet. Er c’hontrol gant an holl e oa lakeat eur vaouez eus ar gwella.

Hervez ar brud e tenne an dichanz diwar an tieg-ma-’n-tieg hag a varve e holl loened gant a bep seurt klenvejou, hag e tenne c’hoaz ar sorserez diwar eun all hag a oa abaoue an dizeur ouz e zeuliou.

He gouiziegez vras a oa anat d’an holl, ha den n’en dije karet beza fall ganti, rak gouest e vije ive d’ober droug ma karfe, daoust n’he doa great nemet vad betek neuze.

Etrezek Mona eo em oa sonjet mont evit gouzout ha petra eo oa bet war va zro hed an noz. Alies a-walc’h em oa bet mallozet kent Mona ar Sorserez, abalamour m’he doa bet lavaret d’in ez oa Miliner ar Beler eur sorser fall, eus ar falla a c’helled kaout. Mez breman e kaven gaz mont da c’houlen kuzul outi p’edon en dizeur.

Nevez-zavet e oa c’hoaz diwar he c’holc’hed pa zigouezis en ti, hag edo o tibikouza he daoulagad.

— Doue d’ho pennigo, tintin Mona, a zrailhis oc’h antreal en ti.

— Doue ra vo ganez, va mabig, a respontas ar wrac’h ha ra daolo evez war gement kammed a ri.

— Da c’houlen kuzul ganeoc’h on deuet, emeve eun tammig frankeat warnoun, rak — hen anzav a rankan — eun tam lent e oan o tigouezout en ti, pe el lochen da vihana, pa livirin gwir, rak eun tam toul dindan soul n’oa ken en faout ar Roc’h-Toul.

— Dijuniomp da genta, ha goude vo gwelet.

Va delc’her a reas ganti da zebri va dijuni : ha tre ma kemmeske ar yod silet er chaoudouron war an tan, me a zanevelle d’ezi ar pez a oa digouezet ganen enpad an noz hep ankounac’haat eun disterra.

Dijuni a oe debret gant leaz bourbouilh ha gwedennek toueziet. Mat a-walc’h e kavis keusteuren an hini goz, rak eur flipad hent em oa great da zont betek enni, ha ze en doa lemmet va dent d’in.

An hini goz a zistalias goude eus dijuni. Kemeret a rea kement ha kement he amzer ma teuen da inoui. Abarz ar fin evelato e welis anezhi o vont da beurwiska he dilhad evit lidou ar zorserez — rak dilhad ispisial he doa evit se. — War be fenn eur boned gwen-kann a c’holoe he zal ha staget dindan he helgez gant eul lasig tano. Eur mouchouer a zaou pe dri liou war he diouskoaz, gwenn araok ha du adrenv. Eun tavancher penseliet, gant eur breniden vras a zave demdost betek he gronch. Eul lunedou kraset war beg he fri. Hag evit echui eur re breched hag eur vaz « majik » etre he daouarn. Setu aze he gwiskamant lid, gwiskamant ne veze ganti e nep leac’h, paz zoken en oferen — ha koulskoude Doue oar pegen aketus e oa Mona da oferen-bred ar barrez.

Truihennet evelse ec’h azezas war he zrebez.

— Tostaït aman breman, va mab, ha dizoloit d’in ho peultrin ma welin…

Ar pez a ris war ar ger ! Hag e komansas neuze, gant he breched en eun dorn hag he baz prizius en egile, ar zorserez da evesaat ouz va feultrin :

— Ya, va mab, eun aneval a zo bet war ho tro en noz-man… e roudou a weler war ho kroc’hen… hag eun tammig muioc’h en dije ho mouget, rak tost betek ho kouzoug eo bet…

D’ar geriou-ze n’hellis ket miret d’ober eur skrijaden ha leac’h e oa a gav d’in.

— Ya, hag an aneval se eme ar zorserez o kendalc’h gant he oremuz, eo Moustrerig digaset d’ho moustra gant Fanch Ar Berr, sorser niilin ar Beler…

— Douetanz bras am oa ! a liviris neuze.

— Ya, Fanch a zo eur sorser eus ar falla, ne dalv ket ar gorden d’e grouga. Klasket en deus ober noaz ouzon-me ive allesa-walc’h, mes va zorserez-me a vez ato treac’h d’e hini…

— Neuze e c’houlennis ouz Mona ha n’em oa mui ezom da gaou ! aon rak Moustrerig.

— Eo, ha mouget e viot gantan zoken, ma ne lakit evez, rak ar miliner a zo droug ennan o veza manket warnoc’h e daol kenta, hag ema o pourchas gwasoc’h d’eoc’h abenn emberr… mes me a ouezo miret outan da noazout ouzoc’h.

— Ha petra d’ober neuze ? a sklokis, liou ar maro war va dremm.

— Setu ama, eme Vona, hag ez eas d’eur pres e traon an ti.

Eun tam poell du gant eur zac’hig outan a deuas ganti d’am c’haout.

— Lakit ar skapular-man — rak heman a zo skapular bet benniget gant an Aotrou ’n Eskob — en dro d’ho kouzoug, gant ar zac’hig a zo stag outan, ha neuze e c’hellot beza dizoursi. Keit ha ma tougot ar sac’hig-se war ho kerc’hen, al louzeier a bep seurt a zo kuzet ennan — ha gwriet mat warno ganen-me va unan — a bellaio an diaoul diouzoc’h — rag Moustrerig a zo diaoul, ententit mat, va bugel.

Dirak ar zorserez koz e lakis dustu ar zac’hig endro d’am c’herc’hen, ha goude beza he zrugarekaet start e kemeris penn an hent da vont da vilin ar Beier, abalamour da gerc’hat di va benviou, mes ne jomis ket avad daoust d’ar c’hoanten doa ar miliner, da echui va labour. Abaoue n’eo ket bet tost d’in lakaat va zreid e ti ar sorser diaoulek-se hag a glaskas va laza gant e Voustrerig.

Yan Ar C’halvez en doa echuet da goms hag a c’horrennas e gorn-butun en e c’hodel.

Goude eur pennad peoc’h, eur mousig bihan a zavas e vouez skiltr :

— Ha sac’hig ar sorserez koz, petra hoc’h eus great anezan, tonton Yannig !

— Ha ! va filhor, gant kalz a resped hag a zevosion e tougan anezan bepred.

Ha war ze, Yan Ar C’halvez a zigoras war e vruched evit diskwez d’eomp gant kalz evez eur skapular koz ha stag outan eur zac’hig lian karget a… bilhou, a wiad kewnid hag a laou-dar !…


Marvailher Kerneleon.


————


KOUSK, BABIG ! [11]


————


Yaouank-flam, Fanch ar Menn a deuas e kear da vicherour. Evel kalz all e oa bet trellet e spered gant ar c’honchennou kaer a gonted d’ezan diwar-benn ar c’heariou.

En oad e oa deut da glask e roud er bed-man, ha komzou kaer fazierien ar bobl a chalmas e galon aour prest d’en em rei evit e genvredeur. Dianaoudek c’hoaz eus ar vuez, e oa prim touellet gant o zorc’hennou.

Prest e oe unan eus starta ebestel ar voutinerez (socialisme) ha brasa enebour an dud kristen a glask mad al labourerien bep o fazia gant promesaou sod.

Dimezi a reas, nebeut goude beza deut da gêr, d’eur genvroadez, eur goueriadez eus e barrez, eur plac’hig fur eus an dibab.

Hen, lezet gantan, pell ’zo, pep kreden, a gare kalz e Vari-Janig, ha pep frankiz a roe d’ezi d’ober he deveriou kristen.

Eur bugelig, frouez o c’harantez, a deuas c’hoaz da startaat al liam a stage an daou bried. Koant a oa evel an heol : bez’ e oa esperanz ar vamm ha plijadur an tad.

…Er mintin-ze, seiz heur sonet en orolach, Fanch a bourchasas pep tra evit mont d’e labour, hag araok loc’ha, hervez e gustum pemdeziek, e teuas da lakaat eur pokig war dal an eal bihan a gouske sioulik en e gavel, eur pokig tener ha karantezus, eur pokig flour gant aon d’e zihuna pe da c’hloaza e gigen fresk.

Goudeze, gant muioc’h a nerz-kalon e laboure, o sonjal e roe e c’houezen evit e vugel dous.

Er gear, gant karantez Mari-Janig ha c’hoarz e vabig, ar micherour a deue d’ankounac’haat, evit eur pennad, ar gasoni en doa gwestlet d’an dud en em lard diwar c’houezen ar bobl. Mes er stal-labour ar gasoni-ze a adkroge ennan, hag eno n’en doa ket sell trist e zousig hag a zisplije d’ezi seurt konchou, na c’hoarz tener e vugel da viret outan da wall-gomz eus ar re a ren eur vues re zibreder.

En devez-ze, d’an heur ma tigore ar stal, gant souez ar vicherourien a welas e oa kresket a galz al labour o doa d’ober ; eur marc’had en doa great ar mestr-labour, en hano ar « patron » eat eus ar gear, hag ar varc’hadourez a ranke beza prest d’an deiz merket.

D’al labourerien eta da boania muioc’h.

Mes ze na blijas ket da veur a hini hag en em glemm a rejont.

Ar mest-labour, da genta, na fellas ket d’ezan o zelaou. Penaos ! micherourien a grede lavaret eun dra bennak enep d’ezan ?

Ar pennou bervet a zavas neuze o mouez kalz uheloc’h.

— Paeamant vrasoc’h pe ni ne labourimp ket !

— Krogit da labourat ato, ha ni welo goude, eme ar mestr-labour, hag eun dra bennak a vo da rei d’eoc’h ouspen ho pae ordinal…

Ar re zioula eus ar vanden a oa prest da zenti. Mes ar pennou bras a nac’has krenn !

— Ta ! ta !… n’eo ket gant kaochou emaomp aman ! Ni, ne labourimp ket, la !…

Ar mestr-labour a nec’he. Petra d’ober ? Mar kizfe, al labourerien a lavarfe e oa plegik… ha pep galloud a gollfe warno ; hag hen, nevez erruet c’hoaz, a felle d’ezan en em ziskouez kalet ha stris evit e dud.

Keit ha ma chome ar pôtr da nec’hi, gwad al labourerien a verve !

— Ah ! ar pabor ne fell ket d’ezan plega !… Ni welo betek pegeit ez aï d’ezan !…

— Arne zo arru, eme eur vouez, ne rai ket brao beza er meaz dindan an amzer fall a deu !

Ne felle ket d’ezo beza lezet da dorta e kichen an nor ! War zin unan eus ar pennoù brasa, an hini a gomze alies en hano ar vanden, an holl vicherourien a yeas er stal. O dremmou a verke ar gounnar, hag ar mestr-labour en doe aon ne fellfe d’ezo ober eun droug bennak ; esa o c’has er meaz a reas.

Ze oa awalc’h evit kreski an droug e korf an dud-ze hag en em lakaat a rejont da vrevi pep tra er stal, epad ma kerze kuit, ar prima ma c’helle, ar mestr-labour.

Er meaz, breman, ar pilh-c’hlao a goneze, al luc’hed a sklerijenne an ear hag ar gurun a strake.

En diabarz, ar vruzunerien a gendalc’he bepred gant o labour a zistruj. Seurt na veze espernet. Bresa reant pep tra evit ar blijadur d’en em « venji » ha da ziskouez d’o mestr e oant ar c’hrenva.

— Sell ! petra hennez, an tam traou-ze a zo ouz ar voger ? a hopas eur vouez e kreiz an trouz bouzarus.

Eur Christ an hini oa, hag a ziskoueze e oa kristen perc’hen ar stal. Ma vije bet er gear, sur awalc’h, en dije roet o goulen just d’e vicherourien. Ne vije ket bet ken piz-moc’h hag ar mestr-labour.

Eul labourer — Fanch ar Menn, e-unan — eur pennad baz-houarn en e zorn, a blantas eun taol pounner gant kroaz hor Zalver, hag he distagas krenn.

— Sellit ! ema deut d’an traon !… emezan.

Lod a c’hoarze ; lod all a zelle, mud, ouz ar C’hrist kouezet.

Eun darz kurun a groze, just d’ar mare-ze…

… D’ar mare-ze ive. Mari Janig, en he zi, a grene. Babig, epad pell amzer, en doa ouelet, gant an aon en doa rak ar gurun o strakal. Ar vamm, pleget azioc’h-han a c’hoarze outan evit e zisponta, e starde war he feultrin, ha nebeut da nebeut, kustumet eus an trouz, ar bugelig a gouskas en e gavelig, etouez an dilhad tom ha flour.

— Santez-Anna !… hon diouallit a bep droug !… a lavar ar vamm e kreiz he spont pa glev eun tarz skrijus, iskiz… He daoulagad a zerr. Kredi ra d’ezi eo pulluc’het e kreiz an tan !…

Oh ! Gwerc’hez !… ar vam a zo souezet oc’h en em gaout beo goude eur seurt spontaden…

He daoulagad a gouez war ar c’havel. Petra wel ?… Babig a zo difinv !… Ar gurun n’en deus ket manket e daol…

Ar vamm a ouel ! He c’halon a zo re skoet, dinerz, e kouez…

— O perak, va Doue ! skei eur bugelig dibec’h ?…

… An tad, o tigouezout er gear, a gav Babig en e gavel gwenn, Babig digailhar eul lilien, serr e zaoulagidigou, o tanva kousk kun ha peurbadus an Elez !…

DIRLEM.


————


Merc’h ar bunision [12]


————


Epad an dispac’h vras, eun tiegeziad tud a yeas da jom d’ar Faouet (Morbihan). Eno, brasa ebat ar wreg oa mont bep mintin war dachen Bouffay, el leac’h ma veze dibennet beleien, noblans ha kristenien vat.

Na pebeus plijadnr eviti gwelet sevel ar c’hilhotin !

Ha pa goueze ar gountel vras war benn ar reuzeudik kondaonet e save war begou he zreid, he daoulagad a lugerne, a strinke tan gant ar blijadur, egiz daoulagad al loen gouez a za da zailha war e breiz ha da eva e wad. Strakal a rea he daouarn gant levenez ha yudal a-bouez penn : « Gwad ! Gwad an aristokrated ! »

Koulskoude ar vaouez-se a oe brazez. Lakât a reas war an douar eur plac’hig, pe kentoc’h eur grouadurez spontus da welet.

Ar plac’hig-se a zo heuzus evel kalon he mamm. Bez ez eo krouadur ar “bunision”. Diodez adalek he bugaleaj, n’he deus gellet deski netra, ne c’hoar nemet yudal evel ma rea he mamm. N’edo ket c’hoaz anezi war an douar hag e kleve ar c’hri-ze a loske he mamm.

Ha brema, da bep mare eus an deiz e ve klevet o youc’hal. C’hoant o deus he c’herent d’ankounac’hât an amzer dremenet o testum en dro d’ezo tud henvel outo, krouadur ar “bunision” a zo aze, ha ker buhan, pa zonjer an nebeuta, e vez klevet ar youc’h spontus-ze a laka ar joa da dec’het kuit hag an dristidigez da bara war benn kement hini a zo war al leac’h.

Diouz tôl, en deiz, en noz, eo ret mat d’ezo he c’hlevet. Kaer o deus klask miret outi da leuskel youc’hadennou, ne c’heller netra. Mar bez skoet, bazatet, n’ez aio ket er mêz evit se, rak gouzout a ra ar spont a skign a bep tu ar gwel anezi. Neuze e tremeno an nemorant eus an deiz en eur c’horn bennak eus an ti ; dioc’h an noz hepken ez a da ober eun dro er mêz.

Goude beza troet ha distroet e pad eur pennad, ez a war eur groaz bet diskaret d’an douar epad an dispac’h. Neuze e teu euz he genou eur youc’haden spontus ; he mouez skiltrus a vez klevet a-bell en despet d’an avel ha d’ar gwall amzer. Ar beachour sabatuet (souezet bras) a zelaou, hag e klev ar c’homzou divalo-ma : « Gwad ! gwad a zo red evit renevezi ar Republik ! » kanaouen a garie kement he mamm p’edo brazez ha pa ’z ea da welet dibenna ar gristenien vat.

Merc’h ar “bunision” he doa eur breur ganet araok an dispac’h (Revolusion). Deuet en oad da veza soudard e c’houlennas digant e dad ma vije prenet evit chom er gér. An tad a yoa e tro d’hen ober, rak pinvidik oa, hep m’o divije e zanvez koustet gwall ger d’ezan. Mes ne glaskas ket miret ouz e vab da vont da zoudard. Gwelloc’h e kavas miret e arc’hant eget miret e vab.

Goude beza tremenet eun nebeut miziou en arme e tistroas d’ar gêr, poan d’ezan chom en e zav, kement oa dinerzet gant ar skuisder hag an dizursiou. Dont a reas, eme an hini a skriv an dra-ma, [13] dont a reas evel bleinet gant Doue evit kastiza c’hoaz muioc’h-mui eun tad hag eur vamm ken dinatur.

Eun abardaez edo e dad war dreuzou e zor ; gwelet a reas eun den o tont war eün d’ezan, beac’h gantan en em stleja.

— It ebiou, diaveziad, it ebiou ; ama ne roer ket !

— Her gouzout a ran ! a lavaras ar beachour.

Ha koulskoude e tostea ato.

Ar wreg a deuas ive.

— Petra c’hoari… emezi drouk mort enni, petra c’hoari gant ar paour-ma ?

Ar “paour” a ye ato, en eul lavaret :

— N’anavezit ket ac’hanon ? Me eo ho mab koulskoude…

— Ni grede oas maro, eme an tad ker yen ha ker sklaset hag ar mean a yoa dindan e dreid.

— Sell, a lavaras ar vamm, bet ec’h eus eta da gonje ! Hag evit pegeit ?

— Evit ato ! eme ar zoudard.

— N’eo ket posubl ? a lavaras an tad ; ni zo eat da baour, ha ne c’hellimp ket derc’hel ac’hanout.

— O bezit dichal a gement-se ; n’ho pezo ket d’am derc’hel pell bras, rak dizale am c’hasot d’ar vered… Ne deuan ket da jom d’ho ti, da vervel eo ! eme an den yaouank. Va mamm, sec’hed am eus !…

Ar vamm a c’halvas ar verc’h ; ar verc’h, ken nebeut, n’anavezas ket he breur.

Eun dervez bennak a-c’houdevez e fallaas d’ar pôtr. O c’houzout ervad e teue ar maro d’an daoulamp e reas gervel e dud, hag e lavaras d’ezo :

— C’hoant em boa e vijec’h testou eus va maro. C’houi eo ho peus va lazet ! Gwelloc’h ho peus kavet eun tammig aour eget ho mab, hag ho peus hen lezet da vont kuit ; ha pe seurt kelennadurez ho peus roet d’in evit va miret dioc’h an droug ? Diskoaz em buez n’ho peus komzet d’in a Zoue… Buntet hoc’h eus ac’hanon er meaz ho ti, o sonjal kaout eur c’hrouadur nebeutoc’h da vaga… Ha ma teu ar c’hrouadur-ze d’ar gêr n’eo ket evit mervel etre ho tivreac’h, mes evit ma vezo e varo eur boan muioc’h evidoc’h. Va mamm, c’houi a gemere ho plijadur o welet ar gwad o redet, ha va c’hoar a zo aze eur groaz pounner evidoc’h… Va zad, c’hoant am beus bet ho pije ive hoc’h hini, ho kroaz. Va bez a vezo d’eoc’h, e bered ar gêr-ma, m’ho pezo sonj hoc’h eus bet muioc’h a garantez evit an aour eget evit ho mab…

Keit ha ma prezege ar mab evelse, an tad hag ar vamm kablus a jome eno e kichen ar gwele, tenval o fenn, hep lavaret ger.

Ar c’hlanvour a droe hag a zistroe.

— Hag hen ez eus eun Doue ? Hag hen ez eus eun Doue ? a youc’he heman bep eur mare. Ar gerent avat a jome dilavar.

— Eur beleg !… Buhan, eur beleg !… Digasit d’in eur beleg ! eme an den yaouank gant eur vouez c’holoet.

An tad neuze a lavaras d’ar vamm :

— Deomp ac’halen !… Alteri a ra !!!

Mont a rejont er mêz, ha pa zistrojont edo ar verc’h war gwele he breur, o kana !!!

Ar potr a yoa maro !


Feiz ha Breiz koz (5 Even 1875).


————


Boutouigou ar Werc’hez [14]


————


Bez ’z eus, en eun tu bennak e Breiz-Izel, war lez eur c’hoad bras, eur chapelig koz, savet en enor d’an Itron Varia. An doen goz mein glaz hag ar mogeriou hanter freuzet, a zo paket gant an illio, a ra d’ezo evel eur vantel c’hlas ha dantelezet. Dister eo ar chapel, daou brenest hag a zo beget e penn-kreac’h anezo evel eur vi yar, a ro sklerijen enni ; ha dindan eun tourig beg-moan, el leac’h ma ’zeus eur c’hloc’h bihane pign, e tigor an nor vras koad dero, kizellet ha dantelezet, mes hanter vrein. Ar c’hloc’hig en deus eur vouez voan ha skiltr a zav evel kan an evnig a uz d’ar c’hoad, hag a vez klevet a bell.

N’eo ket gwall gaer ar paour kêz chapel ; n’eus netra enni brao da welet, netra nemet ar Werc’hez, eur Werc’hez koz ha koant bepred. Piou en deus grêt anezi ken koant, ken brao ? Eun den ha ne ouezer doare d’ezan, ha n’en deus ket skrivet e hano war ar jijen ; eun den dornet mat koulskoude, hag eur c’hristen evel m’eo dleet. Diouz gwelet anezi, pa sko warni eur bann heol, dre ar prenest, ha pa hij warni skeud an deliou illio, e lavarfe eun den eo beo ar Werc’hez, gant he bleo melen aour, he diouchod rus, he genou hanter zigor o vousc’hoarzin ken dous, hag he daoulagad glas glizen o sellet gant madelez ouz ar re a ya da bedi anezi. War he zal gwenn evel eur fleurdelizen ez eus eur gurunen steredennek, eur wel gwenn kann a guz he bleo hir hag eur zae wenn, gant rozennou aour, a wisk anezi, hag a zo dalc’het gant eur gouriz glas evel bolz an nenv. He daouarn gwenn en em stard war he mabig Jezuz hag a zo e zivreac’h en dro da c’houzoug e Vamm hag e benn melen war he skoaz.

E treid an Itron Varia, o tra burzudus ! en he zreid ez eus eur boutou, ya ! eur boutou koad, bihan ha koant, evel he zreidigou gwenn, boutou koad melen, liou kistin, kizellet evel koad dantelezet. Boutou koad ? d’eur Werc’hez ? Biskoaz kement all n’ho peus klevet, me gred. Ac’hanta, selaouit, ha me ’ya da lavaret d’eoc’h pebez burzud a c’hoarvezas diwar-benn ar boutouigou-ze.

Ebarz ar c’hoad-ze, e kichen ar chapel, e oa bet kavet, breman ’zo tost pemp kant vloaz, en amzer brezel bras Breiz-Izel, eur c’hrouadur demdost noaz, a ouele hag a hirvoude, kollet gantan e vamm. Ar boutaouer-ma, Gwilh e hano, a zonjas penaos e kavje tad ar bugel hag en divije digantan eur gaer a aluzen dre drugarez. N’allas ket kaout doare ebet eus tud ar bugelig, ha dre ma kreske henman en oad, e rustae dioutan. Herve — an hano-ze a oa roet d’ar bugel — a oa eta savet evel eur paourkêz emzivad ; aliesoc’h en deveze skouarnadou eget bara.

Biskoaz ne c’hoarze ar bugel paour. Chom a rae awechou ebarz ar c’hoad gwall bell da zelaou kana an evnigou koant ha skanv, ha neuze e sonje : « Al labouzed tener o deus eur neizig klouar, emezan, hag eur vamm vat da c’holo anezo gant he askel zom, ha da zigas d’ezo da zebri. Ha me, piou eta en deus koun diouzin ? »

Koulskoude beza ’veze eürus awechou, pa c’halle mont d’ar chapel. Eno en doa kavet eur Vamm ! Ar Werc’hez trugarezus, a zeblante d’ezan e selle d’e gaout en eur c’hoarzin outan ken seder. Hag alies e teue eno da ouela ouz treid e Vamm an Nenv.

Kreski a rae ’ta, en despet d’an tôliou ha d’ar yuniou, karet gant ar Werc’hez koant hag e lavare d’ezi, gant fizianz, e holl drubuilhou. Erru oa en oad d’ober e Bask kenta, ha daoust da Wilh ar boutaouer da veza drouk, n’alle ket hen harz da vont d’ar c’hatekiz. Eno Herve a oa ken fur, ken aketus da zeski ma oa roet evit skouer d’ar re all gant an aotrou Person. Pa dosteas miz mae, miz ar bleuniou, miz an neizou, miz ar Paskou kenta, ar Person a lavaras d’ar vugale e vije mat d’ezo rei eur prof d’an Itron Varia, deiz o Fask. An daelou en e zaoulagad, Herve, stouet ouz treid ar Werc’hez, a lavaras d’ezi : « Ha me, paourkêz, petra roin-me d’eoc’h ? Allaz ! Mammig ker, n’em eus netra. rak va c’halon a zo d’eoc’h a bell ’zo ! » An heol, o para war dreid noaz ar Werc’hez, a zigasas d’ezan eur zonj vrao. Mont a reas d’ar gêr, ha gant eur gontel lemm hag eun tam koad fao en em lakeas, e kuz, da labourat gant prez. Ar c’hoad a gemeras, tam ha tam, stum diou votezig skanv ha koant ; neuze o brodas, o zoullas gant beg e gontel hag e reas war o choukou evel deliou ha bokedou meurbet fin. Goudeze e vogedas anezo, ken e oant alaouret, melenet, ha koant e oant evel diou vagig gant o beg moan ha tronset war grec’h, hag eur rozennig e kreiz. Lavaret e vije eur boked bleun ha deliou koad. Luc’ha ’reant zoken evel kistin dare.

Setu erru deiz kaer Pask ar vugale. Herve en doa bet digant Itron ar c’hastel, eur wiskamant nevez ’giz an amzer-ze : bragou berr ha porpant glas mor. E vleo hir melen ha flour. frizet evel gloan an oan bihan, a goueze war e ziouskoaz, en eur lugerni d’an heol, dindan e dok ledan, hag e zaoulagad a steredenne gant laouenedigez e galon.

Dindan e vrec’h e oa gantan, paket en eul lien gwenn, an diou votez dantelezet. Da betra lavaret d’eoc’h e eurusted pa zeuas en e galon glan ar Mabig Jezuz, e Vreur ken karel ? C’houi hen goar, an deiz-se eo ar c’haera eus ar vuez, hag Herve n’en doa bet eürusted ebet c’hoaz…

Goude an oferen ez eas ar vugale, hervez ar c’hustum, da leina d’ar presbital ha goude ez ejont da c’hoari eur pennad ebarz ar prad bras Neuze pep hini a ziskouezas e brof. « Herve, eme ar re all, diskouez ar pez a roi te d’ar Werc’hez. » Herve a zisplegas al lien gwenn. A boan oa digoret ar pakad m’en em lakaas ar re all da c’hoarzin a bouez o fenn ha d’ober gwap diouz ar paourkêz boutaouer bihan. « Boutouigou koad !… d’ar Werc’hez ! he ! he ! red en d’it beza leue ! Ha penaos e laki te anezo d’ezi ? » « Sell, eme mab ar miliner sell ar chaden aour a roin-me d’ar Werc’hez ! » « Ha me, eme eun all, me a roio d’ezi eur wel lien fin ha flour, nezet gant preder, gant va mamm. » Neuze mab ar markiz, Raoul Kerbrug, a zigoras eur c’hef bihan, hag a ziskouezas d’ar vugale souezet eur gurunen aour, perlezet, a lugerne war eur fons voulouz glas. Herve, glac’haret ha mezek, a blegas e benn, daelou en e zaoulagad. Tec’het oa e joa gant gwaperez ar vugale-ze, kriz a galon ; n’en doa ken c’hoant ebet nemet da vruzuni dindan e dreid ar boutouigou en doa kleuzet ha brodet gant kement a garantez. Mes ar person a dostaas hag a frealzas e galon baour en eul lavaret : « Ar Werc’hez a zello muioc’h ouz ar c’halonou eget ouz ar profou a vo grêt d’ezi. Deuit, bugale, d’ar brozesion evit kas ho prof d’an Itron Varia. » Mont a rejont ’ta, laouen en eur gana kantikou.

Goude ar gousperou — lavaret « war ton ar c’hrampoez gwiniz », gallout a rit am c’hredi ! — pep hini a dostaas da rei d’ar Werc’hez e brof. Ar markiz bihan, Raoul, da genta, gant lorc’h a bignas war eur skeul vihan da lakât war benn ar Werc’hez e gurunen steredennet. Ar re all a zeuas ive an eil goude egile, hag Herve an diveza, an dour en e zaoulagad glas, a zelle piz ouz ar Werc’hez.

— O Mammig ! emezan, na rit ket fae war va labour, gantan ec’h adroan d’eoc’h va c’halon.

Koulskoude, pa oa arru tost, e chomas abof, mes ar Werc’hez a c’hoarze ken tener, ken ma tosteas krenn. O va zud vat ! pebez burzud a oa gwelet neuze !…

Ar Werc’hez koad a zavas, an eil goude egile, he daou zroad gwenn, hag Herve a c’hallas, en eur grena, gwiska enno ar boutou dantelezet !… Ha neuze ar Werc’hez a astennas he brec’h, en eur blega he fenn kurunet, da gaout an emzivad disprizet, hag a lakaas he dorn benniget war e benn hag eur pok karantezus war e dal gwenn ha glan !

Ar bugel paour, dindan douster ar pok dudius-se, beuzet e galon a levenez, a gollas anaoudegez ha dousik a ruzas hag a gouezas war an douar. An aotrou person souezet bras ha spontet hen adsavas ; an daoulagad glas a oa digor ha leun a eurusted, ar genou rus a vousc’hoarze c’hoaz mes ar galon, re vihan evit kement a levenez, a oa paouezet da skei. Seblantout a rea beza maro ! Ne oa ket, koulskoude, ne oa ket maro dre laouenedigez. Eur pennad goude, Herve, stouet d’an daoulin dirak e Vamm a rea d’ezi ar gwesti eus e vuez holl…

Ar Werc’hez a oa adsavet evel diagent, eun hevelep c’hoarz dous war he genou koant, mes gant ar gurunen lugernus war he fenn, ar wel war he bleo, ar chaden aour en he c’herc’hen… hag ar boutou dantelezet en he zreid…

Hag Herve ?… Herve na c’houlennas ket adkemer ar galon en doa roet d’e Vestrez, ha biskoaz den ken n’en deus poket d’an tal-ze a oa bet gwestlet gant genou glan ar Werc’hez. Mont a reas raktal d’eur manati, hag eno e varvas evel eur zant, goude eur vuez a beden hag a binijen.

Gras a c’houlennan digant Doue, evidoc’h evel d’in va unan, d’echui eveltan.

Evelse bezet great.

HERMINIK.


YANN JERTRUD


————


En amzer ma rene ar roue Charlez VII, ar Zaozon a yoa en em stlejet war ar Franz hag o doa sonj mat d’he lounka a-bez. Pariz, ar gêr vras, a yoa d’ezo. Ar c’hont Sant-Pol ; o chom en eur c’hastel hanvet Kartelier, a falvezas d’ezan, eur zadornvez vintin, mont betek Kompiegn evit lakât ar gêr-ze e stad d’en em zifen outo.

Ar c’hont Sant-Pol a yoa eun dijentil kalet, eun den a vrezel grêt mat evit dougen kleze ha dilhad houarn. Netra na rea aon d’ezan, ha panefe m’en doa c’hoant da espern gwad e zoudarded hag e wizien, en divije brezelekaet dalc’hmat hag en divije lakaet ar Zaozon d’hen laza kentoc’h eget lezel ganto eur meurtad douar.

Ar c’hont en doa eur mevel, eur skouer a fealded hag a lealded, eun denig dister, hanvet Yann Jertrud. Yann a garie e vestr evel ma karie ar Werc’hez hag an Aotrou Doue, ar pez n’eo ket lavaret nebeut, rak eur c’hristen mat oa.

En dervez-se, pa glevas ez eat da gemeret an armou, e savas da c’horre ar c’hrenv, da zellet ouz ar c’harter tro-war-dro. Kaout a reas d’ezan a-bell gwelet ar boultren o sevel war an hent tost da Gompiegn. Kement-se a ziskoueze e tlie beza ar Zaozon dre eno, hag e kasas tri den a-raok da welet. N’eo ket armet c’hoaz ar c’hont pa deuas an tri den-ma en dro, hag a lavaras o doa gwelet aleis a Zaozon war an henchou, hag e tistrujent oll dre ma tremenent.

— Ma ! eme, ar c’hont, mont a reomp da gas eun tammig labour d’ezo. Yann, digas d’in va zok houarn !

— Mes, Aotrou kont, a-veac’h ma hon deus pemp kant den dindan an armou ; ha mar deo al lakisien-ze an hanter muioc’h ?

— Ac’hanta, hon devezo kerc’h da rei da bep a zaou !

— Ha mar dint tri oc’h unan d’eomp-ni ?

— Me laka, Doue ra ’z pardono ! ec’h eus c’hoant d’am lakât da gemeret aon ? An dra-ze a yoa mat, pôtr Yann, p’edon en oad a bevar bloaz ; breman avat pa ’z oun deuet da veza den, alo, gwazed, war varc’h buhan, ha bec’h d’ar Zaoz !

— Mestr, ma rankit mont, am lezot da vihana da vont ganeoc’h ?

— Hep arm ebet ?

— N’em eus ket ezom a armou, me !

Neuze n’ec’h eus nemet dont, hag e weli penaos e taouhanterimp hag e tispennimp-ni ar bôtred-se. Yann Jertrud a garie e vestr, mes ne garie nemeur ar brezel. En eur zevel war ar marc’h a oe digaset d’ezan e reas (sin ar groaz o lavaret : Intron Gwerc’hez Vari, hon difennit, hag ho pezet truez ouzomp !

Yann a zalc’he troad ha troad gant e vestr e penn ar vanden, a-raok ar re-all ; rak ar c’hont en doa prez hag a yoa en em lakêt en hent a-raok m’o doa bet e dud amzer da glask o armou ha d’en em voda. En eul loc’ha en doa lavaret d’ar re a yoa e porz ar c’hastel, ar c’homzou-ma hepken :

— Nep am c’har hag en deus feiz, dont war va lerc’h !

Ha neuze oa loc’het d’ar c’haloup.

— Mestr, eme Yann, gortoz a diefemp ar re-all !

— Ro peoc’h, Yann, ha kea en dro, mar ec’h eus aon, mes na glask ket va derc’hel em zav ?

A-veac’h ez oa deuet pevar-ugent marc’heg a dost da c’hellout sikour ar c’hont, ma weljont o tispaka eus a douez eur c’hoad ouspenn pemzek-kant soudard.

— Gwelet a rit ! Gwelet a rit ! eme Jertrud.

— Dao warno ? Dao warno ! eme ar c’hont. Hag hep gortoz ken e red d’an daou lamm warzu e enebourien. Mes kaer en doa mont, Yann Jertrud a yoa kerkent hag hen ha zoken en e raok, rak ar zervicher mat ma ’z oa, c’hoant en doa da lakât, mar gellje, e gorf a-dreuz, da zigemeret ar birou a vije tennet war e vestr.

Ne oe ket hirr an abaden.

Yann a oe treuzet e vrec’h gant diou zaezen, hag epad ma klaske lakât e vestr d’en em denna, e oe tizet en e c’houzoug gant eur zaezen-all. Ne oe ket lazet koulskoude ; mes ar c’hont pa welas mat neuze n’edont ket niverus a-walc’h evit derc’hel penn d’ar Zaozon a droas en dro gant e vandennadig marc’heien, hag hepdale ne weled mui nemet ar boultren savet en ear dre al leac’h m’oant tremenet.

Yann Jertrud a yoa eur marc’heg mat ; mes gant teir zaezen oa bet bet tizet, hag e varc’h gant diou. Ar marc’h a golle gwad, hag hen e-unan a golle muioc’h c’hoaz. Hepdale ar marc’h a gouezas hanter varo, hag hen a ruilhas en e gichen hep kaout an nerz da zevel en e zav.

Ar Zaozon a yoa en em dennet adarre er c’hoad, mes en o zouez ez oa c’houilherien, laëron, a rea micher da vont da c’houilhat ar re a veze chomet war an dachen pa veze bet eur stourmad bennak.

Tri anezo a gouez war ar paour kez Jertrud. Sellet a reont da genta oc’h e varc’h da welet hag hen eo mat d’ezo ; hogen, pa welont e c’houliou hen lazont a daoliou sabren.

Jertrud a lavar neuze outan e-unan : « A ! pa lazont va marc’h, am lazint ivez sur a-walc’h ! Intron-Varia, ho pezet truez ouzin ?

Hag e gwirionez, setu al laeron o tont betek ennan.

— Alo, loen fall, da yalc’h !

— Me n’em beus ket a arc’hant ; me ne doun nemet eur mevel paour !

— Mat, da zilhad neuze, ha buhan !

— Kasit ganeoc’h ! Mez taolit evez, en han’ Doue ! me zo glazet va gar gleiz ha va brec’h zeou.

— Petra ra an dra-ze d’eomp-ni ?

— O va Doue ! poan a rit d’in !

— Han, poan ? Gortoz !

Hag unan anezo ha darc’hoi eun taol sabren war benn ar paourkez Yann. Etre daou ivez, ar re all o doa tennet e holl zilhad digantan.

— Va Doue ! va Doue ! eme Jertrud.

— Petra vank d’it c’hoaz ? eme unan anezo evit e wapât.

— Eur beleg !… Lezel eur c’hristen da vervel evel eur c’hi ! Va lazit evel a garot, mes a-raok, en han’ Doue ! eur beleg !

Ha neuze Yann a lavare c’hoaz :

— Intron-Varia, ho pezet truez ouzin !

Evel respont, al laeron a ziskarge eur gaouad tôliou war ar paour kez Yann, a grie ato : Va lazit, va drailhit evel ma karot, mes eur beleg da genta !

— Ha da belec’h ez aimp-ni da glask eur beleg d’it ?

War gement-se e klevjont eur vouez en o c’hichen o lavaret :

— Unan bennak a zo dre aman o c’houlen eur beleg ?

Eur beleg a yoa eno dirazo, evel dre vurzud, evel pa vije savet eus an douar. An tri laer a oe ker souezet mac’h ehanjont da skei. Goude debat e rojont dek munuten d’ar beleg evit kovez ar paour kez Jertrud ; mes n’hen leschent ket e buez, emezo, da vont en dro d’ar c’hrenv e-touez e genseurted.

A-vec’h en doa bet ar beleg amzer da govez Yann, ma teuas al laeron en dro. Goude beza gwallgomzet ouz ar beleg en em lakejort da skei war ar paourkez den evit beurgas, ha pa her c’hredjont maro ez ejont kuit.

Ar beleg n’oa ket eat a-bell. Kerkent ha m’oa eat al laeron kuit e teuas da gaout an hini a gredent maro, hag e kazas c’hoaz eun tammig buhez ennan. E zougen a reas da gardi an tiegez a yoa eur pennad ac’hano. Eno e c’hourvezas anezan war eun neubeut plouz (kolo), hag ec’h en em roas da zoursial eus e c’houliou. Al laeron avat o doa e welet o tougen e glanvour hag a deuas ivez war e lerc’h. En em lakât a rejont adarre gant o zabrinier da skei gant Yann Jertrud, hag unan anezo a lavare :

— Red eo e ve ibilet e ene en e gorf pa n’eo ket maro c’hoaz !

— Bremaik ne vezo ket ! eme unan-all ; hag o lavaret kement-se e krogjont daou ennan, unan e pep gar, hag her stlejont a-ruz hag a-drein a-dreuz ar vein hag ar girsier betek eur ster a yoa e kichen, el leac’h ma hen taoljont evit ne vije mui klevet hano anezan.

An tri bourrev a yeas ac’hano neuze. Ar beleg, hag en doa ranket tec’het a yoa chomet war e api, hag a deuas adarre kenta ma c’hellas. Dioc’h ar gwad, e kavas e hent. Pegen mac’hagnet bennak oa Yann Jertrud ez oa e anaoudegez gantan pa oe taolet en dour, hag e c’hellas lavaret c’hoaz eur wech da vihana a galon :

« Intron-Varia, ho pezet truez ouzin ?

Ne c’houie ket neui, an den kez ; mes ar Werc’hez, pedet gantan ken alies hag he devoa e zalc’het e buez betek neuze, a deuas war e zikour. Chom a reas war c’horre an dour, hag hep ma c’houie penaos, en em gavas hepdale en tu-all d’ar ster, war ar seac’h. Pa zigouezas ar beleg, e treuzas buhan ar ster evit dougen sikour d’ezan, ha Yann en devoe nerz a-walc’h evit sevel e zaouarn etrezek an nenv da lavaret :

« Va zad, saveteet oun ! »

Ar beleg a gavas prestik goude eur c’har evit dougen Yann Jertrud d’ar c’hrenv eleac’h edo dioc’h ar mintin. Ar c’hont Sant-Pol a gemeras kement a zoursi eus e zervicher feal, a lakeas louzaoui ker mat e c’houliou, ma pareas hepdale, hag e oe gwelet yac’h ha laouen o vont da bardona da japel ar Werc’hez, evit e zrukarekât ha da rei da anaout d’an holl he zrugarez hag ar burzud he doa grêt en e genver.


————


Eun dro e Bro-Wened


————


PENNAD KENTA
————

N’ouzoun dare penaos e tigouezas d’in dont da dremen dre eur c’horn a Vreiz el leac’h oan bet o klask rimadellou meur a vloavez a yoa, hag el leac’h em oa lezet mignoned. Eus Karnak eo e fell d’in koms. Tost d’ar gearig-se edo o chom Judikaël, an hini en doa grêt digemer ker brao d’in eun toulladig bloaveziou diaraok. N’em bije lavaret grik eus ar pez a c’hoarvezas ganen abars mont en e di, panefe ma oen test eun dervez eus eun darvoud hag a skoas va spered kenan. Nevez eat oan da Blenion da c’houlen eur begad hag eur gwele da dremen an noz ; digemeret e oen a galon vat, evel ma tigemerer an holl veajourien e Breiz-Izel ; hogen dizale e teuis da gompren e tremene eun darvoud bras bennak er verouri : mistri, servicherien ha plac’hed, n’o doa repoz ebet. Ha ne greden ket goulen perak, pa glevis unan eus ar plac’hed o lavaret :

— Nan, nan, ar mestr ne bareo ket ! An tôl a zo re bounner !… Hag abaoue an noz eo poan e anaout kement a jenchamant a zo ennan. Lavaret a rafed eo deut da veza gwrac’h ! (Er c’horn-ze a Vreiz ec’h hanver e giz-se ar re a zo bet skoet o spered gant eun dra bennak. eus ar bed-all).

Ha setu me deuet da gemeret eun tammig hardiziegez. Ober a ris outi eur goulen bennak.

— Ya, siouaz ! Ar mestr ne zavo ken ; gwelet en deus en noz tremenet skeud Jorj Kadoudal, ha Kadoudal hag a oa e jeneral a zo bet lakeat d’ar maro gant ar Re-C’hlas. Sonjit ’ta, aotrou, emezi, hor mestr astennet difinv war e wele, a zav eur wech an amzer hag en em ro da hopal gant nerz :

— War a-raok, paotred ! Daoust ha lezel a refomp anezan da vervel ? Goude e kouez a-nevez war e c’holc’hed, beac’h warnan ha glep dour teil gant ar c’houezen.

— N’ouzoun ket petra fell d’eoc’h lavaret, eme-ve d’ezi.

— Ya, emezi, hor mestr eus Bodegat a yoa letanan gant Jorj Kadoudal epad emzav ar Vandée. Ker skoet eo bet p’an deus klevet kelou eus maro e vestr, ma lavar ar medesin eo deuet da veza gwrac’h.

— Neuze, a liviris, ho mestr a zo klanv ha gwrac’h war eun dro ?

— Ya sur, aotrou ; ar vestrez hag ar vugale n’ehanont da ouela endro d’e wele.

— Perak ne c’halvit ket an aotrou Person ?

— An aotrou Person ? Emeder oc’h enterri anezan hirio.

— Mat, neuze easoc’h ze n’eo ken d’eoc’h… Eun toullad beleien a vezo aze, ha n’ho pezo nemet dibab !

— Ya, brao eo d’eoc’h lavaret ! Ar mestr n’en doa fizians e den nemet er person maro ; o daou oa bet digouezet d’ezo beza er memez amzer wardro Jorj Kadoudal.

— Ha n’hellfoc’h-hu ket roi d’in eun tammig sklerijen diwarbenn ar weledigez he deus skoet kement ho mestr ?

— Sklerijen ! emezi, an disterra paotr-saout a c’helfe roi d’eoc’h sklerijen war an dra-ze !

— Ganeoc’h eo e c’houlennan, eme-ve d’ezi gant douster.

— Eun tammig e vezo hir, emezi ; hogen, mont a ran da esa kountanti ac’hanoc’h. Ne glevan mui trouz ebet e kambr ar mestr : kousket eo, marvat.

Hag hi diazeza, hag e kasas he dourn d’he zal evel evit freskât he memor, hag e lavaras :

— Setu aze, aotrou ! Deac’h da noz, da boent koan, ar mestr a zistroe eus ar chase, tapet eur bern brao a draou gantan. Mont a reas oc’h taol ; tenval oa e benn eun tammig, ha setu ar wreg da c’houlen outan petra a yoa oc’h ober diez d’ezan.

— Set’ aze, Annaig, seblantout a rea d’in beza c’hoaz o vrezelli el lanneier, hag e kleven Jorj o lavaret d’in :

— Ne welez te ket ar Re-C’hlas e penn pella al lanneg, en tu-ma da Vodegat ?

Va spered a yoa skoet, rak gouzout a ran eo bet lazet ar paour kez Jorj dre urz Bonapart. Setu e keit ha m’edo ar zonjou-ze em penn, eur c’had o tifourcha eur pennadig diouzin. Tenna ris warnan, hag ez eas da ruilha en eur voden vrug. Eur penn gad all bennak a yoa kent em zac’h ; ha setu pa ’z ean da gregi en houma, ha me gwelet d’ezi eur penn den. Spontet e oen, e c’hellit kredi, ha me dont war va c’hiz, o lezel va gad eno. P’edon o tistrei da zont d’ar gêr, pegen souezet e oen-me o welet va c’hi Medok gant va gad etre e zent. Mes n’he doa mui he fenn den avat ; henvel oa brema ouz ar gedon-all.

— Asa, paour kez Bernadig, eme ar wreg, atao eta e chomo Jorj Kadoudal war da spered ; daoust ha ped gwech n’en deus ket ar medisin lavaret d’it ne dleez ket chom da zonjal en traou-ze ?

Ar mestr na lavaras grik d’ar goulennou-ze. Alkodi a reas diou c’hlin e zivreac’h war an daol hag e kuzas e benn en e zaouarn.

— Bernadig, eme ar wreg ankeniet, ev da jistr, ha kas ar zonjou-ze diwar da dro.

Mes Bernadig a jomas dilavar.

— Gwrac’h eo, a liviris ennon va-unan, hag ar mevelien-all a lavaras eveldon.

Dont a reas ar mare da vont da gousket. Ar vestrez a gasas he goaz d’e gambr. Horjella rea war e dreid. E kreiz an noz e oemp dihunet holl gant eur youc’haden skiltrus.

— Sikour ! Sikour ! a hope ar vestrez ; Bernadig en deus kavet e zabren, hag a lavar bep seurt traou n’o deus na penn na lost.

Mont a rejomp prim evel eun tenn : an ozac’h a yoa en e roched e kreiz ar gambr, eur zabren gantan ene Zourn ; hag e save anezi en eur lavaret da bep mare : Me zo ama, Jorj ; war va c’horf ez aint a-raok tizout betek ennout.

— Hag abaoue, eme ar plac’h gant tristidez, ar mestr a zo ken dinerzet m’emaomp dalc’hmat war c’hed d’her gwelet o tremen.

P’eo gwir n’hellen ober vad ebet d’an dud kez-se me a zastumas va fakadou da vont adarre gant va hent. Karga ris ar plac’h da gas va gourc’hemennou d’ar vestrez, hag en hent warzu Karnak, o sonjal e pe stad vantrus e c’hell koueza spered an den pa vez re skoet gant eun darvoud bennak.

Lavaret ne gavjen ket war va hent digemer mat ha kalon digor hep avat an ardou nevez deuet gant an a-raokaat a vije tamall e gaou ar vro Vreton. Ne ziskennen ket, gwir eo, e tiez ar vicherourien a renk izel, daoust ma vije servichet d’in eno ive ar pez a yoa a wella en ti, en eur baea brao evelato. Rak, e Breiz, evel el leac’h-all, ne roer ket evit netra d’ar c’henta deuet ar pez en deus koustet ken ker. Eun droiad hepken ec’h en em gavis nec’het : eun abardaez, goude beza grêt kalz hent, edon e kreiz eul lanneg, ha war va meno, pell a-walc’h eus ti ebet. Kustumet oan da vale, ha dre-ze n’oan mui ker kizidik oc’h ar skuisder. Mes, avat red eo d’in hen anzav, n’edon ket em flijadur o sonjal e viche red d’in marteze tremen an noz e kambr ar stered, o kaout evit gwele eun dournad raden hag evit toen eur volz leun a goummoul du ha na lavarent tra vat ebet d’in. Endra ma rean evel-se sellou nec’het endro d’in setu me ha gwelet e penn-all al lanneg eun neuden voged o sevel en ear. El leac’h ma ’z eus moged ez eus tan, hag el leac’h ma ’z eus tan ez eus tud, hag an dud-se o deus eun doen evit o goudori pa deu ar glao. Setu me eta o kerzet etresek an dachen el leac’h ma ’z oa moged ; pegen souezet e oen o welet ne gaven na ti na toen ebet eno, ha me kredi oan faziet. Ar moged koulskoude a zave, a zave atao ; hep mar, tud a ranke beza eno. Chaseourien marteze chomet da droidella, eme-ve, pe glaouerien marteze ive ; ha koulskoude, petra vije deuet glaouerien da ober dre ama, pa n’eus gwezen ebet nag ama na tro-war-dro ! Mont a rean atao, savet bec’h varnon, pa weljon eun toullad goazed, merc’hed ha bugale oc’h ober kelc’h endro d’eun tantad tan raden ha brug. Daou bez ki a deuas da ambrougi ac’hanon, hag e reant eur safar, eun torpenn ; mont a ris evelato, oc’h o lakât da vont diwar va hent gant va fenn-baz. Ar goazed am oa gwelet endro d’an tan a zavas en o zav. Che ! pe seurt doareou tud ! goazed goloet a druilhou, gwragez gwisket evel n’hellfe ket ar spered ijinusa ober anezo. Sevel a rejont holl da ober digemer d’in. Ar chas a harze, an dud a dave. Me a yea daveto nec’het evel ma c’hellit kredi ! n’oan ket bet morse en eur seurt kompagnunez. Eur goaz eun tamm war an oad a deuas daveton.

— Petra glaskit ? emezan dichek, ha piou oc’h ?

— Eur beacher divezat, eme-ve d’ezan ; dianket e rankan beza e gwenojennou al lanneg. Tenval eo an noz, ha karout a rafen kaout eul lojeiz da ziskuiza.

— Ma n’eo ken, emezan d’in adarre ; it en delten vihan-ma ; aze e kavot eur gwele brug soupl a-walc’h.

E lagad du a zispennas ac’hanon eus an traon d’an neac’h, hag evit doare, ar gwel ac’hanon na zisplijas ket re d’ezan. Setu perak e lavaras d’in kerkent gant madelez :

— Ma n’hoc’h eus netra ganeoc’h da zibri, deuit da goania ganeomp.

Grêt em boa va c’hont d’en em gaout abenn an noz en eur geriaden el leac’h ma kavchen peadra, ha setu perak n’em boa tamm ganen da zibri. Pedi ac’hanon da goania a yoa ober plijadur d’in. Gant skourrou brug o doa grêt eur voger dioc’h kostez ar c’huz-heol ; diou pe deir delten vihan a-veac’h m’o doa daou droatad a-zioc’h an douar a yoa goudoret gant ar c’hleuz dic’hiz-se. Eur podad souben a yoa o vervi goustadik war ar glaou gwragez ha bugale a veze dalc’hmat o teuler brug seac’h warno. Edon e-touez ar rum dud-se, mez o gwelet a ya hag a deu dre ar bed hep beza eus nep leac’h, chomet a-zav eur pennadig. Lakât a ris da zisken penn an traon va forpan evit kuzat an diou bistolen hag ar goutellazen a yoa ganen em gouriz. N’eo ket m’am bije re a aon, gouzout a rean ez a hag e teu « Paotred ar C’homedi » dre Vreiz-Izel, hep ober ken brezel nemet d’ar yer. Hogen, sonjal a rean e komzou ar fablenner bras La Fontaine : « Beza diou-wech asur, nemet gwelloc’h n’eo ken, hag ar re, e kement-se, na oe morse kollet. »

Evidon da veza en em gavet evel eul laer en o zouez ar rederien bro n’o doa ket doare da veza diesoc’h : merc’hed goloet a druilhou, bugale kouls lavaret en noaz, a yea hag a deue endro d’in, oc’h eva dre o fri ar c’houez vat a zave eus ar pod-houarn.

— Lez da gas, emon-me, mar gellan en em denna kempen ac’halen, m’em bezo traou da gonta divezatoc’h ! Setu savet ar pod-houarn diwar an tan : an dud a zo tro-war-dro o c’hedal ar c’hinaouad. N’ez eus nag asiet na forc’hetez, netra nemet koutilli hir gant eur beg moan. Ar c’hosa en doa kemeret eur forc’hetez henvel ouz eur forc’hig vihan, hag e tennas an tammou eus ar zouben evit o ranna goude etre an holl gant lealded. Tammou petra oa an dra-ze ? Tammou gedon, yer pe zenved ?

— Double ! eme-ve, mar o deus ar re-ma friko evel-se bemdez, n’o deus ket da glemm ! Mes e peleac’h ’ta ema ar bara hag ar c’hrampoez ? N’em boa ket echu va c’haoz ganen va-unan pa deuas diou wreg gant eur baner leun a grampoez hag a vara du.

— Mat eo ! eme-ve adarre d’in va-unan, gant an dra-ze e ranker kaout eun dra bennak da eva. A-boan ez oa deut ar zonj.se em spered ma welis daou baotr krenv o tigas eur varrikennig hag oc’h he lakat da c’hourvez e-kreiz ar vodadeg. Leun oa a jistr, nan a n’eus fors pe seurt jistr, mes eur jistr eus ar gwella. Pep hint neuze a dennas eur weren eus e c’hodel hag e oe karget d’ezan a jistr. Me n’oan ket ankounac’heat. Roet e oe d’in eur grampoezen deo o c’holo eun hanter yar, hag o veza n’em oa plad ebet, ar mestr pe da vihana an hini a gemere nevit beza ar mestr a roas d’in e hini.

Va daoulagad a yea hag a deue war an dud-se ; c’hoaz eur wech sabatuet (saouzanet) oan oc’h en em welet en eur seurt kompagnunez : petra int ? petra reont ? daoust hag o veva emaint diwar goust an holl hep ma rafent netra o-unan ? Ne zalejon ket da c’houzout ; an dud-se a yea hag a deue dre ar measiou, lod o krafa ar podezou, podou-pri faoutet pe dorret zoken, lod-all o steana listri ar gegin ; re-all o louzaoui al loened klanv, hag ar merc’hed a lavare o “bonne aventure”, o flaneden d’ar goueriaded kredik, a denne ar “c’hartou”. Gwelet a ris dioc’htu gant pe seurt tud em oa da ober, ha me kerkent da studia o doareou. Ar goazed a yoa etre daou, na bras na bihan, liou brun d’ezo, gant eun dremm a-feson a-walc’h ; o bleo du a goueze war o diskoaz. Lenn a reat al louarn, ar finesa en o daoulagad du eun tammig bras a vent. Bleo du ar merc’hed a goueze evel lost an “hoc’h” war o c’hein ; o daoulagad ledan a yoa a-resed ar penn hag a verve en eun doare souezus. Daouarn ha treid bihan d’ezo, dremm ar gwragez n’oa ket divalo, nemet o zell nec’het ha gouez a rea d’in sonjal e loened ar c’hoajou. N’em boe ket da glemm en o c’hompagnunez, ha kousket a ris dindan o zelten leun a doullou.

Peurvuia pa vezer skuis e kousker c’houek ; setu perak, a-veac’h kouezet war va zorchen brug ec’h en rois da gousket kalet. N’ouzon ket pe ez eas va zud da gousket ken abret ha me pe mont a rejont da ober eun dro dre ar c’heariou tosta, ar pez a ouzoun eo e oen da genta savet dioc’h ar mintin. Mont a ris goustat da zigeri eun tamm va zelten, hag e welis va zud astennet war an douar, hep urz ebet, evel loened en eur park, kousket kalet holl.

Ar re-ma, evit doare emon-me, n’o deus ket an disterra anaoudegez eus ar pez a hanver eur gwele mat ! Ha me da furchal va godellou ha va zier, ne vanke netra enno. Alo ! emon-me adarre, gwelet a ran e talv an dud-ma muioc’h eget o brud ! An hini koz, mestr ar geriaden, kredabl, a zavas da genta. Dioc’htu ec’h em lakeas da lammet ar gliz a yoa war e vleo hag e varo, hag o welet ez oan dihun e teuas davedon, hag e c’houlennas diganen hag hen em boa kousket mat. Va respont a reas plijadur d’ezan evit doare.

— Ni a zo o vont pelloc’h, emezan ; ha c’houi, pe hent a gemerit-hu, pe kentoc’h, da beleac’h ez it-hu ?

Goude beza sellet ouz va faperou e tiskouezis d’ezan war va c’harten eur geriaden ha na dlie ket beza pell ac’hano.

— Mat, emezan, hogen, meur a leoiad lann a zo ac’han di, ha gallout a rafec’h c’hoaz en em goll meur a wech ; mont a ran da roi d’eoc’h eur sturier.

E keit-se, ar re-all a yoa dihunet ive, hag a deue en dro d’eomp

— Ne fell ket d’in ho kuitât hep ho trugarekât evit an digemer kalonek hoc’h eus roet d’in. Hag e lakis eur pez aour a zek lur, en e zourn. Gwelloc’h avat em bije grêt o chom hep hen ober, evel e vezo gwelet pelloc’h. An dud-ma n’edont ket war c’hed eus an dra-ze ; dioc’h va dilhad komun o doa barnet n’oan ket pinvidik : ar gwel eus ar bern gwenneien-ze a lakaas an tan en o daoulagad hag en o c’halonou. Dek lur evit eur goan hag eur c’holc’hed da dremenn an noz, traou ha n’o doa koustet tamm poan ebet d’ezo ! Setu peadra da roi d’ezo da gredi ez oan eun Aotrou bras ha pinvidik hag e vije eas ober va stal d’in en eul leac’h ken distro. Mont a ris en hent gant va hencher, eur c’hrennard a zaouzek pe bevarzek vloaz, hogen, n’oan ket re ampart : ar zellou a-dreuz a reat ouzin, ar c’homzou izel a zrailhed en dro d’in, n’oant ket peadra d’am lakât em eaz. Gouzout mat a rean ne ra ar galouperien droug ebet d’an diavezidi keit ha m’emaint ganto el leac’h int chomet a zav, goude avat…

Pa oen eat eur pennad eus al leac’h em oa tremenet an noz e kasis va dourn d’am gouriz da c’houzout hag hen edo edo eno ato va fistolennou ha va c’hontel : va fenn-baz oc’h ezom a c’hellje hen ive roi harp d’in. Va bleiner a yea dirazon, ha bep eun amzer e rea sellou iskiz en dro d’ezan. Kas a reas ac’hanon warzu eur zaonen, el leac’h ez oa kalz drez hag eur wezen gistin bennak. Be oen eur pennad en arvar : daoust ha monta rajen d’e heul ? Lavaret a ris d’ezan n’ez a ket peurvuia an henchou bras dre ar zaonennou. Ober a eure warnon eur zell fall hag e lavaras hepken :

— An hent berra eo !

Kredabl e vijen eat d’e heul, panefe ma welis, o sellet a gleiz, tri goaz a deue warzu ennomp oc’h ober eun tamm tro. Lavaret a ris eta d’am faotr krak ha berr e feiz n’ez ajen ket d’e heul.

— Mat, emezan gant keuz, it eta hoc’h unan, p’eo gwir ec’h anavezit an henchou gwelloc’h egedon. Ha kerkent e tennas eur c’houitel (suterez) eus e c’hodel hag e sutas gantan meur a wech, mes en eun doare dishenvel bep tro. Taoliou sut a glevis kerkent ive eus tu an tri ganfard-all. Edou tapet en eul las ; asten a ris va dourn evit kregi em faotr, hogen, tec’het a reas ker prim hag eur gaerel a dreuz al lann o c’houitellat bepred.

Ne lavarin ket d’eoc’h ez oun eun den dispont e pep darvoud : anzav a ran e savas c’houenn em lerou ha me skarra ac’hano an dilloa ma c’hellis ; ha n’ez ean ket, e c’hellit kredi, dioc’h an tu em oa gwelet ar bôtred.

Prestik goude e kavis eun hent-kar ha me eürus kenan, rak, a zonjen, p’eo gwir eo darempredet al leac’h, an dud n’emaint ket pell ; hag e gwirionez, ne zalejon ket d’en em gaout gant da ou gouer a yoa o kas o zaout d’eun tu bennak. Ha me d’o c’haout ha da gozeal outo e galleg. Hogen, va zud n’ouient ket ar galleg, ha me da vont d’ezo e brezoneg. Lavaret a ris da beleac’h edon o vont.

Dizale e welis sklearoc’h c’hoaz dre be seurt riskl oan tremenet ha pegen mat oa bel d’in kaout an daou c’hoaz-ma war an hent. An tri den a yoa o klask va c’holl a zifourchas prestik dreist ar c’harz. Hogen, o welet edon gant kompagnunez e chomchont a-zav. Neuze ec’h em rois da gonta d’am c’hamaraded nevez petra yoa c’hoarvezet ganen.

— A ! eme unan eus an daou goueriad, klaoustre eo al lamponidi-ze eo a zo o peilha yer ha legumach dre ar c’harter.

Goude e kontas e-unan d’in penaos oa bet rastellet ar gludou hag al liorzou, nan en noz diveza avat mes en hini a-raok.

— E feiz, eme-ve d’in va unan, debret em eus evel-se ’ta eus yer an dud vat-ma, rak gwall leun oa pod-houarn an dud-se hag a zeblante kaout ken nebeut a dra war a hano. Oc’h ober hent evel-se, an daou armeziad a zisplegas d’in eur maread laeronsiou, hag e seblantent beza lakeat doun en o fenn mont gant o amezeien da ober an hu warno dre ar c’harter.

Gwelet a ris hepdale nadoz eun tour dreist ar gwez, ha prestik goude toennou glas a lavare d’in ez oa eno eur vourc’haden bras awalc’h. Ar pez a zo muia iskiz eo ne gavis eno hostaleri ebet da zigemeret ar veajourien ; d’ar pardoniou hepken e teue di bourc’hisien da werza peadra da zibri ha da eva, dindan teltennou. Pe i ne felle ket d’ezo digemeret ac’hanon en o zi, pe marteze ive abalamour m’oa gwir, va amezeien a lavaras d’in o doa da vont larkoc’h. Hag e rojont ali d’in da vont da c’houlen digor d’ar presbital digant eur person meurbed madelezus hag em bije eno eun digemer a-zoare. Mont a ris, ha keuz n’em boe ket.

— Aotrou Person, emon-me d’ezan, me a zo eur reder-bro o klask marvailhou koz Breiz-Izel evit o skriva hag o miret evel-se da vont tre da doull du an ankounac’h.

An aotrou Person n’en doa ket c’hoaz sellet ouzin, p’am oe echu avat e troas warzu ennon hag e welis warnan eun dremm madelezus.

— N’oc’h eus ket kavet lojeiz er vourc’h, emezan, hag ez oc’h deuet d’am zi ; mat hoc’h eus grêt, mat sur hogen, araok ober anaoudegez ganeoc’h, me ho ped da azeza ouz va zaol ; goude e komzimp. N’eus ket a friko ama, hogen, a galon vat eo !

Nan, n’oa ket a friko : viou fresk, amann ha jistr, n’oa ken. An aotrou Person a zelle ouzin, me avat a zelle kement-all outan. Ne oen ket pell evit santout e karien anezan eun tamm bennak.

— Aotreit d’in, mar plij, kemeret an hardiziegez da c’houlen diganeoc’h pe seurt marvailhou hoc’h eus pennaouet betek hen.

— Gant plijadur, aotrou Person, eme-ve. N’hoc’h eus ket klevet hano marteze eus va dastumadennou Marvailhou ?

— Nan, a respontas an aotrou Person, m’am bije anavezet ac’hanoc’h kentoc’h em bije gellet marteze kinnig d’eoc’h va drammou nevez.

— Roit anezo, aotrou Person ; a greiz kalon ho trugarekaan en araok, eme-ve d’ezan.

Ar pez am eus kontet em Rimadellou diwar-benn Lan ar Meur a zo bet kontet d’in e ti Judikaël.

— Judikaël ! eme an aotrou Person ; an dud-se a zo kerent d’in eun tamm bennak. Ha n’anavezit-hu ket ive an tad-koz Tanhouarn ?

— O anaout a ran holl, aotrou Person. Bet em eus ar blijadur da dremen dre di Joë Judikaël ha komzet em eus zoken gant ho tad-koz.

— A ! eme an aotrou Person d’in adarre, n’oc’h mui eun diaveziad evidon, eur mignon eo ez oc’h. Eun nebeut deiziou a zo eo bet ouz va gwelet. Goan eo ato, yac’h pesk, hag ever dour.

— Mar ho pefe eun dra bennak da eüna em Marvailhou, aotrou Person

— Kalz gwelloc’h em eus, emezan ; klasket em eus e-touez traou kosa Breiz-Izel baour, hag ez oun bet evurusoc’h eget ar re n’o deus kavet ken da gonta nemet an tabudou etre Bleaz ha Monfort. Eat oun larkoc’h, a lavaran d’eoc’h e istor hor bro.

Daoust ha gouzout a rit, emezan d’in c’hoaz, o doa lezet an drouized en Arvor eun had hag a c’helle lakât karet hon relijion zantel ; prezeg a reant eo divarvel an ene, ez eus goude ar maro eun digoll evit ar re a vale eün er bed-ma hag eul leac’h a gastiz evit ar re a ra an droug, hag ar pez ho pezo poan o kredi marteze, troet o doa ar vro-ma da zigemeret sklerder an Aviel. Lavaret d’eoc’h e kave mat ar gristenien genta sakrifisou an drouized a vije mont eneb ar wirionez : setu perak e oe grêt brezel d’an drouized, kaset e oent d’an harlu ha meurbed gwall gaset ; mes hadet o doa eun darn eus kredennou ar feiz kristen.

Er seizved hag en eizved kantved, e oe kredet oa maro an drouized, hogen, n’o doa grêt nemet troka o dilhad, ha tud ar vro-ma dizesk ha difoutre na weljont ket larkoc’h. An drouized o doa chenchet hano, ha netra ken. Hor pardoniou a zo bet savet gant unan eus an ebestel kenta a brezegas ar feiz en Arvor, evit teuler d’an traon an asambleou a veze betek neuze er c’hoajou doun ha lakât en o leac’h eur relijion a garantez.

Pell, pell bras omp bet, emezan, o kredi diskianterezou diwar-benn Merlin, mestr an drouized. Klasket em eus en holl levriou am eus gellet kaout hag hen ez eus bet morse eun drouiz hanvet Merlin, karet, doujet hag enoret evel eun den meurbed tost da Zoue. Anzav a rankan e kredan, abalamour m’am eus gwelet, e kredan start ez oa Merlin, an drouiz Merlin, nan eur zorser, mes eun abostol eus ar relijion gristen, marvet na oar den na peleac’h na penaos, eun tamm bennak a-raok donedigez Sant Erwan en Arvor.

Mont a ran da ziskouez d’eoc’h eur pennad-skrid el leac’h em eus skrivet va zonjezonou hag ar pez am eus gellet kaout war an amzer goz. Ha da c’hedal, emezan, c’houi a raio d’in ar blijadur da jom ama meur a zervez ganen, hag e c’hellimp komz en hon eaz.

Derveziou eur person dre ama a zo gwall henvel an eil ouz egile, inouus eo beva e-unan en eur presbital. Mont er meaz ? Da brezeg ? An dud dre ama a zo leun a feiz hag a relijion. Da roi sklerijen diwar-benn gwellât labourou an douar ? Re start e talc’hont d’o c’hiziou, ar pez a zo bet grêt a vezo grêt hep chenchamant ebet. Lavaret a raint d’eoc’h gant nerz : Ni a ra ar pez a rea hon tadou. Gwelet hoc’h eus, aotrou, p’eo gwir e veachit dre Vreiz-Izel, e c’hellfe roi dek gwech muioc’h. Gwir eo hon deus aezen ar mor a sko war hor parkeier hag a rost an trevachou. Ha perak e rost kement an avel-mor ma n’eo ket abalamour n’eus netra da harz anezan. Prenet em eus lanneier tostik-tost d’ar mor ; grêt em eus lammet al lann ha lakât gwez pin en o leac’h hag a-benn brema eo kalz goudoreet hor bourkig. Re-all o deus mennoz da ober eveldon. Ra blijo gant Doue e teufent niverus !

Setu aze eur person speredet hag a ouie soursial eus buez e barrezioniz !

Ne skuizen ket o komz gantan ; seulvui ez ean d’e zelaou, seulvui e plije d’in.

Goude koan e tigasis da zonj d’ezan eus ar bromesa en doa grêt d’in diwar-benn an drouized. Sevel a reas dioc’h taol hag ez eas d’eur gamprig el leac’h ma ’c’h en em denne da studia. Dizrei a reas hepdale gant eur paper koz skritur dourn warnan, mez ken koz, ma’z oa debret gant ar prenved.

— Setu aze, emezan, va respont : gouzout a ran brezoneg va bro, hogen, kaer am eus bet, n’oun ket deuet c’hoaz a-benn da entent mat a-walc’h kement a zo el levr-se. Eun dra hepken a rai plijadur d’eoc’h : ar skeudennou grêt gant an dourn.

Leda reas neuze eur follen baper melen war an daol. War ar paper-ze e tiskouezed meur a dra eus buhez ar Varzed ; ar skeudennou n’oant ket eus ar c’haera, hogen, dreizo e komprenen meur a dra hag a yoa chomet tenval em spered. En daolen genta ez oa eur maread goazed destumet en eur c’hoat, gwisket gant dilhad dic’hiz. Meur a seurt rummou tud a yoa eno ; en eun tu e weled eun drouiz o kelen an dud, dioc’h e wiskamant oa eas e anaout ; ar zelaouerien a yoa o daoulagad troet holl warzu ennan. Eur gentel eo a roe an drouiz d’ar C’helted, hon tadou (gouzout a reer n’oa ket kustum an Drouized da skriva o c’helennadurez ; red oa eta d’an dud miret o c’helennadurez dindan envor). E kichen ez oa eur maread diskibled. Nec’het e vichen bet m’am bije ranket lavaret petra reant. An Ao. Person a zisplegas d’in :

— Aze ema ar gelennadurez war al lezen ; setu perak n’int ket gwisket hen vel. N’eus skrivet netra : d’ar spered eo miret ar gelennadurez. Nebeut goude e lavaras adarre :

— En taolennou-all am eus da lakât dirak ho taoulagad, ne welot koulz lavaret netra : bokedou huelvar ha netra ken.

— Hag ar c’helc’h-ma. emon-me, petra eo ? Gwelet a ran ennan tud, telennou a deir gorden en o daouarn.

— Ar re-ze a zo barzed, emezan ; deski a reont ar muzik hag ar c’han d’o diskibled, hag e welit telennou ganto holl.

Dremm ar mestr kelenner a zeblante d’in beza grêt gwelloc’hik eget ar re-all ; lenn a read evel pa lavarfen ar wiziegez en e zaoulagad. Chom a ris pelloc’h da zellet ouz hema eget ouz ar re-all. An Aotrou Person a lavaras :

— Deomp d’ar bedervet eneben. N’em eus gallet dont a-bern da c’houzout petra lavar, nemet lakât eo an dud-se bourrevien an Drouized [15] Sellit ouz an divrec’h noaz-se, kountellazennou bras en o daouarn, an daoulagad lugernus-se hag o deus doare da veza ker gouez ha ker kris. Ne gredfen ket diskleria d’eoc’h an daolen-ze, kaer am eus bet klask, n’em eus kavet netra war gement-se.

C’hoaz eur wech, ar skeudennou ze a yoa koz bras, ha n’oant ket koant, pell ac’hano : n’oa ket enno nemeur a ouiziegez, hogen, ar pez a ziskouezent a yoa hervez ar wirionez. An dervennou a yoa deuet brao a-walc’h, an disheol avat n’oa ket kaer.

Ar skeudennou ze o doa skoet va c’halon, daoust peger fall bennak oant grêt ; koz, koz bras e tlient beza ar paper a zeblante d’in beza henvel ouz paper-kroc’hen an Egypt digaset da vro ar C’helted gant ar « Phenisianed. »

An nep en deus traou ker koz-se dirak e zaoulagad n’hell ket miret da ober sonjezonou.

— Setu, emon-me d’in va-unan, taolennou hag a gomz d’in eus eun amzer hag a zo koulz lavaret ankounac’heat. Mes, petra oe an amzer-ze ? Piou hen lavaro d’in ?

— Emaoc’h oc’h huvreal, a lavaras d’in an aotrou Jegu. Me va-unan em eus grêt kalz huvreou o sellet ouz ar skeudennou-ze. Sonjet em eus alies : Penaos e c’hellfemp-ni gouzout eun dra bennak eus eur mare ha ne skrived netra ? Pe seurt oad e c’hellfed roi d’an taolennou-ze ? N’ellont beza bet grêt nemet er seizvet pe en eizvet kanved, pa oa gwall-gaset ar muia an drouized. Ouspenn a zo, emezan d’in, eun daolen ziveza am eus da lakât dindan ho taoulagad. Houma marteze a roio d’eoc’h eun tammig muioc’h a sklerijen war doare beva an drouized.

Leda reas eur paper ledan war an daol, hag e welis traou souezus. En eur c’horn eus an daolen drouized a yoa war skourrou eun derven vras, eur falz aour en o dourn o trouc’ha an uhelvar. Dindan ar wezen ez oa pôtred yaouank, bleo hir d’ezo, o tigemeret ar blanten zakr ; en tu-all, merc’hed yaouank ive gwisket e gwenn eur ouel fin war o zal a zigemere digant ar bôtred an uhelvar kempennet a bep loustoni.

— An dra-ma, kredabl, emezan, eo lid an Eginane. Mes, emezan d’in o kas e zourn d’eur c’horn-all, setu ama hag a roio d’eoc’h eur tanva eus buhez an drouiz en e di. An ti a zo huel ha ledan goudoret gant skourrou teo an dero. Gragez eas da anaout gant o goueliou hir ha gwenn a ra al labour en diabarz. An toullad bugale-ma o deus doare da veza sioul, savet mat int. Ar gegin a zo ledan ; podou-houarn ledan a zo krouget uz d’an tan, setu eun daol penn-da-benn ar gegin. Gwelit an den-ze, baro hir d’ezan, gwisket evel eur beleg, savet eo war eur skaon uhel ; lavaret a rafed e fell d’ezan gwelet kement a dremen dre an ti. Daoust peger fall bennak eo an daolen, ar penn den-ze a zoug d’an doujans ha marteze zoken d’an aon. Grit eur zell war ar c’horn-all eus an daolen. Ama ez eus eur vodadeg goazed. An hini a zo e kreiz a rank beza eur prezeger : taolet en deus eur skour huelvar koulz lavaret dindan e dreid. An disprij-se evit ar louzaouen zakr a zo eur fae lavaret a rafed emaint o tiskleria brezel. Ha gwelet a rit-hu an divrec’h-se astennet d’he dastum hag ar bouc’hili-ze hag a zo e kouevr, hervez al liou a zo roet d’ezo ama. Brezel a vezo hep mar. E kichen, sellit brema ouz ar goazed-se start o gouriz endro d’ezo, trouset o brageier gant lasou krec’hen ? Ar re-ma, kredabl, a zo rederien karget da gas kelou ar peoc’h pe ar brezel. Ouz ar c’hosteziou, ha ne welit-hu ket ar bouc’hili-ze ken neat, ken lugernus, ar gwaregeier-ze a ispilh e kichen sier leun a virou ; kompren a rit eveldon ema an dud-se o vont d’eun hevelep leac’h.

Gant e viz, an aotrou Person a ziskoueze d’in eur wreg, eun toullad bugale endro d’ezi ; astenn a rea he daouarn evel evit o difenn. Marteze e fazian ; mes me gred beza desket hirroc’h gant an taolennou-ma eget gant kement am eus lennet el levriou.


————


EIL PENNAD
————

An aotrou Person a reas d’in sellet piz ouz ar skeudennou-ze hag o displegas d’in gwella ma c’hellas.

— Setu aze hag a zo mat, eme-ve d’ezan, hogen, kement-ma na zesk netra d’in evit ar pez a zell ouz Marvailhou an amzer goz.

— Nan, emezan, eur faout a zo ha n’oun ket evit dont a-benn d’her stanka : mar fell d’eoc’h kaout Marvailhou, e vezo red d’eomp mont da amzeriou kenta ar gristeniaj.

— O klask Marvailhou emaon, ha ne ran forz eus o oad. Livirit d’in ho re.

— Bez’ ez oa, emezan, d’ar poent ma ’z oa eun duk e Breiz, ha ma ’z oa Breiz distag dioc’h Bro-C’hall, eun tiegeziad tud-jentil ; an istor ne goms ket anezo : tiegez Laënnek oa. An tad en doa kalz tud en e di, holl Arvoriz penn, kil ha troad. Eur brezel a zavas etre tuchentilou amezeien, hag o veza ne felle ket d’ezo lakât o fri en tabud, ar Vretoned-ma a c’halvas o amezeien d’en em voda hag e rojont da glevet d’ezo n’o doa ken nebeut nag i netra da welet er brezel-ze. Kement-se a yoa rei tro d’an duchentilou e karg d’en em glevet. Familh Laënnek a oe grêt an hu warni ha barnet da jom hep darempred ebet mui hiviziken gant an duchentilou-all. N’he divije harp digant den. Ar penn-tiegez a yoa eun den a galon ; boda reas e gerent hag e vignoned, ha setu ma ’z oant eun toulladig brao a dud evit stourm. An aotrouien a yoa trouz etrezo a reas ar peoc’h hag a deuas da vresa maner Plouedig, lec’h krenv ar stourmerien. Goazed, grwagez ha bugale a oe lazet, ne oe espernet den ; an douar a douas da veza dilezet, den da labourat. Hag e kave d’ezo beza kaset an enebiez da netra, hogen lavaret a reer o doe da ober neuze gant ar re varo. Maner Plouedig a yoa bet lakeat etre daouarn soudarded an duchentiled o doa gounezet. Hogen, kement a drouz a rea ar sperejou dre eno epad an noz ma teuas an dud-ma da lavaret grons ne felle mui d’ezo chom pelloc’h eno. Kaset e oe re-all, hag ar re-ma a lavaras ar memes tra. Klevet a reant, emint-i, e kreiz an noz, youc’hadennou ha klemmou mantrus an emgannou, ha n’hellent kousket berad.

Kaset e oe eur strollad-all. N’en em gavjont ket easoc’h ; ma lavarjont d’o zro n’helled ket chom eno. En dourellou, war ar mogeriou, e sal an armou, e kleved en noz youc’hadennou ha trouz klezeier oc’h en em stoki. Aotrou Vaucourt, perc’hen ar maner, a gasas d’i soudarded eus a bep leac’h, rederien-bro, laeron, muntrerien. An dervez m’en em gavjont a dremenas o tibri, oc’h eva, o farsal. Mes avat pa deuas an noz e oe eun abaden-all. Grêt o doa gwap eus ar sperejou ; ar sperejou avat o doe o zro. N’helljont kousket berad : an trouz spontus oe gwasoc’h eget diagent. Mestr ar vanden zoudarded a reas ober enklaskou pis dre ar maner hogen, kaer a oe, netra na oe kavet. An nozveziou war-lerc’h e kreskas c’hoaz an trouz, hag ar zoudarded dispount koulskoude pa oant deuet di da lavaret, e feiz, e lamjent dreist ar mogeriou ma na gared o c’has dillo d’eur ger-all.

O klevet kement-se, aotrou Vaucourt a gasas eur c’habiten « laëron war an henchou bras » gant eun toullad tud eus an hevelep goubari. An dud-se, holl dizoue, dispont peurvuia, a reas eta d’ar maner. Eur pred eus ar c’haera a oe grêt evito, debri hag eva a rejont, betek re zoken, ha pa gavas d’ezo oant leun awalc’h ez ejont pep hini d’e c’hlud, o wapât, o farsal ar zoudarded aonik a yoa bet eno en o raok. N’ouzon, eme ar person, nemet ken ar pez a zo bet lavaret d’in. Mes, evit doare e tremenas traou ken estlammus er maner en nozvez-se ma tisklerias ar re-ma ive antronoz vintin zoken ne c’hellent ket chom eno. Kaset e oe kannaded da rei kelou d’an aotrou Vaucourt eus ar pez o doa divizet. Ar re-ma a zistroas gant urz da jom er maner. Ret eo d’eomp mont a spered war an a drenv betek an amzeriou-ze evit gwelet pegen nebeut a stad a reat neuze ouz urziou ar vistri. Ar zoudarded gant ar c’habiten en o fenn a yeas da jom en unan eus porsiou ar maner. Mes, tra estlammus, tud ha kezek a oe ken strilhet epad an noz, ma toujont holl war an heur ne jomjent ket eun dervez muioc’h er maner milliget.

O veza klevet ar pez a dremene, an Ao. Vaucourt a gemeras warnan mont e-unan war al lec’h ha da welet petra yoa e gwirionez oc’h enebi ouz e dud.

En em gaout a eure gant kant marc’heg, ha gant pep hini anezo eur skoueder : mont a reas e-unan er gambr vrasa, hag e lakeas goardou e pep korn evel ma tleje an enebour dont da daga ar maner. Peadra vije da zibri, er c’hoajou bras tro war dro ez oa moc’h gouez, gedon, ha loened-all eas da dapa, el lenn ez oa pesked.

Pep tra a yoa eta evit ar gwella, hag an Ao. Vaucourt a reas d’e zoudarded ker brao ha pa vijent bet tuchentilou. Erru oa an noz tenval ; arne bras a yoa. Nadoziou an avel war beg an dourellou a yea hag a deue war o ael o wigourrat gant eun trouz iskiz. Ao. Vaucourt avat a yoa oc’h taol o frikota ha ne gleve netra.

Setu an noz tenval hag enkrezus. Ao. Vaucourt a zav dioc’h taol ar banvez hag a c’houlen uhel evaj ar vro. Astenn a rea e weren d’eur mevel pa lavaras hema :

— Ar spont a zo kroget en ho tud, Aotrou, hag int eat da guzat dindan ar mogeriou. Ar glao hag ar c’hazarc’h a gouez evel steriou dic’hlaniet.

— Daoust hag ar glao hag ar c’hazarc’h n’int ket anavezet en hor Breiz-Izel ? a respontas Vaucourt. Daoust ha tud hag a zo bet didanno kel liez a wech a c’hell sponta razo hizio ? Alo, alo. it da lakât son d’ezo d’en em voda, ma welimp ped den dispont hon deus.

A-veac’h en doa lavaret ar c’homzou-ze ha setu diou luc’heden da zalla o skei stank an eil warlerc’h eben. Eun tarz kurun spontus a grozas kerkent ha kement e lakeas an douar da vralla ma kouezas taoliou ha kadoriou ar zâl a-verniou d’an douar gant kement a yoa warno. Ao. Vaucourt a deuas da veza drouk-livet evel ar maro ; hogen, dizale e savas war e zeuliou hag e c’halvas e dud. Holl oant direstet ac’hano, ha ne gavas nemetan e-unan e sal ar banvez. Vaucourt a yoa eun den dispont : e blijadur en doa kavet betek neuze er brezellou ; hogen, anzav a reas neuze evelato en doa da ober gant krenvoc’h egetan, hag ouz an nerz dispar-ze netra n’helle beza trec’h. Disken a eure er porz, el leac’h ma krede e kavche e dud bodet. N’oa den ennan ; kaer en doa gervel, den na responte, hag e welas neuze n’en doa mui netra da ober. An amzer fall koulskoude na ehane ket : glao ha kazarc’h teo a ruilhe hag a ziruilhe diwar e armou. Edo eta e-unan, hep skoazel ebet.

Lakeat en eun hevelep stad, Ao. Vaucourt a gemeras e galon gant e zaou zourn, evel ma leverer e galleg, hag a yeas da ober eur bale dre an ti. Gwelet a reas holl gempreier ar maner : goullou oant holl.

— Petra eo kement-ma ? emezan ; va zud na zentont mui ouzin ? Hag e kemeras eur c’horn a-ispilh ouz e c’houzoug, hag e c’halvas meur a wech. Respont na deuas : e-unan en eur maner dilezet. An hini a ro urziou a zo krenv, abalamour d’ar fizians en deus er re a zent outan ; hogen, p’en em gav e-unan, gant e dammig nerz hepken, neuze eo e wel pegen dister eo ha pegen nebeut e c’hell. En dizesper edo ez eas d’ar marchosi, eno e kavche kezeg e dud. Ya da ! eur marc’h a yoa, e hini.

— Setu eta, emezan, ma ’z int eat holl en hent ; ar pez a ziskouez d’in o deus hen grêt a-zevri eo m’o deus kaset ganto o c’hezeg ha kement o doa. Ma vijent bet o klask gwerra ac’hanon, ne divijent ket tec’het, grêt o divije o zreitourach oc’h ober kelc’h endro d’in. Mes tec’het int ! A tud digalon ! Petra rin-me brema ?… Hag ez eas wardro e varc’h da ober e-unan labour e zaou varchosier. Pegen souezet e oe o welet al loen o krena war e ziwesker ha pa glevas anezan o klemm truezus.

Ar c’hazarc’h a goueze gwasoc’h gwas, an avel a zourre ker krenv ma kredas edo touriou ha maner o vont da veza diskaret. Ne c’houie petra da ober, ha setu hen da c’hourvez e kichen e varc’h evit esa kousket. Klevet a rea an trouz spontus a yoa er-meaz ; hag hen da zonjal e kement en doa gwelet ha klevet en deiz trubuilhet-se. Ha ker strafilhet oa ma kredas e ranke beza an diaoul oc’h ober brezel d’ezan.

Hag e klaske eun doare bennak d’en em denna ac’hano. Ar marc’h avat n’helle ket finval, hag an avel a rea eun trouz da vouzara. Prestik goude e welas evel sklerijen eur c’hlaouen dan o lugerni en eur c’horn eus ar marchosi. Ao. Vaucourt a zavas prim en e zav. Kement-se a lavare d’ezan ez oa unan bennak c’hoaz dre eno. Mont a reas warzu ar sklerijen, ha petra gavas ? Eun nor serret kloz. Dre an nor-ma, kredabl, ez eat e porz kreiz ar maner. Kaer en doa ne deuas ket a-benn d’he digerri ; dizrei a eure da gichen e varc’h, tristoc’h e zoare eget biskoaz. Al loen a skrije hag e vleo a yoa gleb dour gant ar c’houezen. Ar paour kez baron a venne koll e skiant vat. Kredi a reas oa deuet da veza preiz holl diaoulou an ifern ; en e yaouankiz en doa klevet hano eus hevelep marvailhou. Pa vezer diskaret evel-se eo e troer ouz Doue da c’houlen sikour digantan. Baron Vaucourt a bedas, hen ha n’anaveze evit mestr betek neuze nemet an nerz, hag en doa gwelet pep tra e plega dirazan.

Eun tamm sklerder bennak a deuas da zila er c’hraou ; ar glao hag ar c’hazarc’h a yoa ehanet da goueza, an avel a dave : eun tamm nerz nevez a deue adarre d’ar baron. Kas a reas e zourn war e loen astennet en e gichen : ne grene mui. Echu oa eta gant ar gwall-amzer. Sevel a eure hag e reas d’e varc’h sevel ive : mont a reas gantan er-meaz. Kredi a rea e kavche eno unan bennak eus e zoudarded, mes n’oa den. Treuzi a reas ar porz, inont a reas dreist ar pont da zevel. Pegen souezet e oe o welet a gleiz hag a zeou kezek stag ouz ar gwez ha soudarded astennet war an douar leiz. Mont a reas da unan evit e zihuna gant beg e gleze ; sevel a reas ar zoudard en eul lamm, e zaoulagad evel trellet. Ar spont he doa lezet he roudou war e zremm. N’hellas ket dioc’htu roi respont da c’houlennou e vestr.

— Dihun da vignoned, a lavaras Ao. Vaucourt d’ezan, dastum anezo, rak me fell d’in gouzout perak o deus dizentet ouzin.

— Ao. Baron, a lavaras ar zoudard evel o tiabafi, va c’hamaraded ha me a zo bet red d’eomp mont er-meaz eus ar maner. A ! emezan o sevel e ziwrec’h d’an nec’h, ar brezellou komun n’int netra e skoaz ar pez hon deus gwelet.

— Dihun da gamaraded, a lavaras an Aotrou e kounnar ; va zud-me n’eo ket gwrac’hed koz int…

Ne oe ket eas dihuna anezo ; kousket kalet oant. Pa oent en o zav, Ao. Vaucourt, sounn hag uhel war e varc’h a lavaras d’ezo dichek :

— Fiziet em oa ar maner ennoc’h, perak n’hoc’h ket chomet d’hen diouall ? Petra eo an nerz he deus grêt d’eoc’h dizenti ouzin, mont dreist va urziou ? Piou eo ar mestr en deus grêt d’eoc’h dont en tu-ma d’ar mogeriou-ze ? Goazed eo ez oc’h, c’houi hag ho peus manket d’ho tever ? Daoust ha servicherien feal hoc’h c’houi hag hag ho peus dilezet ho mestr, pa gave d’eoc’h ez oa riskl evit ho kroc’hen ? Respontit, respontit d’in ’ta, mevelien digalon ; n’em eus kavet hini ac’hanoc’h wardro ar maner, perak oc’h tec’het holl ?

Ar zoudarded a blege o fenn gant ar vez, hag hini ebet anezo na grede respont d’ar mestr. Kement a zroug a yoa e Aotrou Vaucourt, ma kemeras e gleze da zanka e kalon an hini a yoa da dosta d’ezan ; hogen ar re-all a dostaas kerkent da ober kelc’h en dro d’an Aotrou, da zistrei ar c’hleze, ha da ziskouez d’ezan en doa da ziouall…

— Ao. Kont, eme unan, c’houi a ro urziou d’eomp abalamour m’emaoc’h uhelloc’h egetomp ; gwir hoc’h eus da roi urziou d’eomp ; sentet hon deus ouzoc’h betek-hen ; hogen, mar teu eur c’halloud-all uhelloc’h eget hoc’h hini da c’hourc’hemenn d’eomp, ni a zent outhi, evel hon deus sentet ouzoc’h.

— Petra fell d’eoc’h lavaret ? eme kont Vaucourt, komzit freasoc’h. Petra eo ar c’halloud-all-ze uhelloc’h eget va hini a zo bet o roi urziou d’eoc’h ?

An hevelep den a zavas da respont adarre :

— Pa roit urziou d’eomp, ni ho kwel hag a zent ouzoc’h war an heur ; hogen, eur c’halloud brasoc’h ha n’hellomp ket gwelet a c’hourc’hemenn ennomp hag a zoug ac’hanomp da zenti : n’oamp ket evit chomm hep senti.

Ar c’homzou-ma a skoaz kalon ar prins ; chom a reas eur pennadig da zonjal, hag e c’houlennas outo petra o doa gwelet, petra o doa santet.

— N’hon deus klevet nemet an avel o yudal, eme adarre an hini en doa komzet betek neuze, ha n’hon deus gwelet netra. Heb beza en em glevet, d’an hevelep poent, ez omp eat holl prim ha prim d’hon armou ha d’hor c’hezek, ha buhan er’meaz eus ar maner milliget-se.

Aotrou Vaucourt a yoa mantret o klevet kement-all, hag a roas urz da bellaat dioc’h ar maner.

Setu dilezet ar maner. An Aotrou ne reas ket d’e zoudarded tremen dreizan a-raok mont kuit da vad ; aon en doa ive marteze ne vije ket sentet outan. Mont a rejont d’eur maner-all demdost di hag a yoa da unan eus kerent Ao. Vaucourt.

— Lezomp anezan, a lavaras an Ao. Person : setu ama traou nevez ; eus eur strollad marvailhou souezus ez aimp en eur strollad marvailhou ker souezus-all.

Wardro pe da vare e c’hoarvezas an darvoudou-ze ? N’oufen ket hen lavaret : ar pez am eus gellet gouzout tost da vad eo e c’hoarveschont en amzeriou kenta ma teuas ar feiz kristen en Arvor.

Piou eo a deuas da brezeg d’an Iverzon ? pe eur zant evel sant Erwan, pe unan da gompeza an hent d’ezan, pe zant Patrik ? N’hellan lavaret nag e hano nag e pe vare her greas. Ar pez a c’houezer eo e teuas eun diaveziad da zouara war hon aochou, e prezegas d’hon tud koz eur relijion dizanav betek neuze, hag e teuas e berr amzer da zastum eun toulladig tud dindan e vanniel. Gwall-gaset e oe avat gant an drouized hag ez eas da jom dounoc’h en douar. En em gaout a reas evel-se gant eur maner dilezet abalamour ne grede den chom ennan. Hag o veza ne gavas den war e dro, ez eas da jom di gant e ziskibien. Ar c’helou a yeas buhan dre ar c’harter, ha meur a hini a lavare uhel, efeiz ne jomchent ket pell eno, e teuje ar sperejou d’o stlapa er-meaz, evel o doa grêt da zoudarded Aotrou Vaucourt ha d’ar re a yoa bet hardis a-walc’h da vont ennan a-c’houdevez.

An hini a yoa deuet da jom er maner dilezet a yoa eun abostol kristen. Gouzout mat a rea ar pez a yoa tremenet el lec’h-se, kement-se avat na viras ket outan da vont ebars, n’en doa aon ebet rag ar sperejou.

Goude beza tremenet eno meur a zervez, hep beza bet diezet an disterra gant sperejou, an den santel a fellas d’ezan gwelet doareou ar maner. Ouspenn hanter-kant vloaz a yoa eat dreist an darvoudou hon deus komzet anezo, setu perak edo en eur stad mantrus. Ar yeot, an ilio, an drez, ar spern a zave stank e pep lec’h e gwask ar vein. Er c’hampreier, an treustou a goueze e poultren. An abostol a welas meur a hini eus ar c’hampreier-ze : ker fall oa lod anezo ma n’eas ket enno. Ar mogeriou da gloza war ar maner a yoa en o zav ; en o zav ive an dourellou, nemet oa kouezet an toennou en o foull.

Tro-war-dro d’ar maner, douar bet labouret gwechall evit al legumachou a yoa brema goloet gant bep seurt louzou fall.

O tizrei d’ar gambr vras, a yoa hini an Aotrou, a zonje d’an Abostol, hema a azezas war eur mean hag en em roas da zonjal. Sevel a reas evel pa vije bet resorchou didannan, poulzet oa kredabl gant spered Doue, hag ez eas d’eun toullig kambr. Skei a reas e meur a leac’h war ar mogeriou teo gant ar vaz a veze gantan dalc’hmat. Da genta, an trouz a rea o skei na lavaras netra ebet d’ezan ; hogen, e kreiz, dioc’h an trouz oa anat ez oa kleuz ar voger. Klask a reas da welet ha ne gavje ket linennou eun nor : kaout a reas. Hag hen da c’hervel unan bennak eus e ziskibien hag e c’hourc’hemennas d’ezo digeri ar voger. Ar vein elec’h koueza en diabarz a gouezas en diaveaz. Kaout a reas evel-se eun derez hag a ziskenne en douar evit gellout tec’het eus ar maner pa zavche beac’h.

— D’ar mareou-ze, evit doare, a lavaras an Ao. Person d’in, galloud an drouized a yoa disterreat kalz ; an dud a ouenn vras koulz hag an dud pinvidik a zave maneriou bras gant tourellou el lec’h ma c’helljent en em denna hag en em zifenn pa deujed d’o zaga ; dre ma teue ar pennou bras da greski o finvidigez, e kreskas ive o gwarizi, hag e ranked en em zifenn. Ar maneriou-ze ker stank war douar Breiz a zeblant beza gret en hevelep stum : mogeriou ledan meurbed, gant eun hent en o c’halon da gas dindan an douar hag ac’hano d’ar c’hoajou, pell a-wechou. Dre an hent-se eo e c’helle an dudchentil hag ar zoudarded tec’het pa welent e vijent trec’het o kenderc’hel da stourm a-wel. Distrei a reant neuze hag e sailhent war gein an enebourien a yoa o taga ar maner.

Lezet hon deus an abostol eun tammig, dizroomp d’e gaout. Speredet kaer oa ive evit doare. Gwelet a reas dioc’htu petra c’heilje da ober euz ar c’hoz maner dilezet ha dirapar. Hag e c’halvas e holl ziskibien d’e gaout da roi d’ezo urz da gempen eun toullad kampreier da c’hellout loja enno, hag e reas d’ezo labourat an douar.

An drouized a ranke beza peur gollet o galloud d’an ampoent, rak den na deuas war dro ar gristenien da ober trouz d’ezo : ar re-ma a greskas buhan an niver anezo.

— Ama avat, eme an Ao. Person, e rankan lavaret d’eoc’h ez a va c’hontaden da vro ar marvailhou, evel ma karer anezo e Breiz-Izel. Da bep kammed azalek brema e kavimp darvoudou souezus, dourn Doue o roi harp d’e zervicherien. Mont a ran da genderc’hel gant va c’haoz.

Abaoue meur a viz a yoa, ar maner a zeblante kaerât bemdez, an douar a yoa bet turiet, trempet ha distrempet gant c’houezen servicherien an Ao. Doue. Ar re-ma en em gave brao eno, a veve e peoc’h ha didrabas, tra rouez en amzer-ze. Aotrou Vaucourt a deuas eun dervez da welet an Abostol, Andre e hano. Goloet oa a armou, rak abaoue m’o doa tiegeziou an duchentil laeret douarou dukaj Breiz hag o rannet etrezo, ar re-ma n’en em glevent mui hag a veze dalc’hmat e brezel, maner oc’h maner, kastel oc’h kastel.

N’eo ket koulskoude evel enebour eo e teue Ao. Vaucourt di, nan.

Klevet en doa lavaret ez oa deuet da jom eno eun den eus pell bro, hag e veve e peoc’h, pa ’z oa bet red d’ezan e-unan, perc’hen ar maner koulskoude, tec’het evel buntet gant eun nerz vurzudus. An abostol Andre a reas digemer laouen d’an Aotrou. hag e c’houlennas outan petra rea d’ezan dont d’e welet.

— Ar pez a glaskan, eme ar c’hont gant eun ear faeüs, eo gouzout mar deo posubl petra reas d’am zad ker ha d’e dud mont eus ar maner-ma, evit hen lezel digor d’ar c’henta deuet. Livirit d’in ar wirionez krak ha ber, emezan c’hoaz. Ha gellet hoc’h eus-hu kousket er maner-ma, c’houi hag ho tud, hep beza diezet gant netra direiz ebet ?

— Aotrou, n’hon deus klevet ken trouz dre ama nemet hini ar fraoed hag ar gaouenned a rea o neizi e gwask ar vein hag a zo bet red d’ezo diloja da lezel al lec’h-ma ganeomp.

Ao. Vaucourt a zelle outan nec’het bras hag e lavaras e karje tremen an noz en eur gambr en doa klevet hano anezi gant e dad.

— Ne viot ket lojet kaer ; n’eus tamm arrebeuri ebet enni hag a vije dioc’h ho toare ; n’em eus nemet va gwele, ha me zo sur ne garfac’h ket kousket ennan ; mes p’eo gwir e feil d’eoc’h, deomp da welet al lec’h-se araok ma vezo eat an heol da guzat abalamour d’eomp da gaout eun tamm sklerijen. Pa ho pezo gwelet, ma fell d’eoc’h ato chom ama da dremen an noz, me lezo ar gambr ganeoc’h ha c’houi a raio enni ar pez a gerot. Ouspena-ze, kement am eus a roin d’eoc’h evit dousât ho toare, evit ne viot ket re fall enni.

Mont a reas da gas Ao. Vaucourt d’ar gambr a c’houlenne. Hema a zellas a bep tu en dro d’ezan, hag a zisklerias e c’hoantae tremen an noz enni. Digouezout a reas d’ezan ober eur zell dre ar prenestr hag e welas eur renkennad tud o vont sioulik en eun tiik dister eun tamm tour warnan.

— Petra eo an dud-se, a c’houlennas-hen, a zo aze er porz hag a ya ker sioul-se en tamm lochen savet en eur c’hougn ?

— Va breudeur int, a respontas an abostol Andre ; da lavaret o fedennou ez eont d’ar japel.

— Entent a ran, a lavaras Ao. Vaucourt ; c’houi a zo eus ar relijion nevez a zesk d’an dud ez int holl breudeur ?

— Ar wirionez eo, eme Andre, ha mar fell d’eoc’h dont ganeomp, c’houi a welo dreizoc’h hoc’h-unan penaos e vevomp.

— A greiz kalon ha gant plijadur, eme ar c’hont ; ken nebeut a blijadur hon deus hed hor buez ma vezo ebat evidon gwelet lidou eur relijion ha ne vezont ket grêt e dounder ar c’hoajou.

Evelato ma rit eur vijel hep distag, evel am eus klevet, me a gaso unan eus va zud da glask eun tamm kig ha traou-all d’ar c’hêriou tosta.

Andre a stouas e benn evit lavaret ya, hag a yeas a-dreuz ar porz evit mont d’ar japel el lec’h edo ar re-all eur pennad a yoa. Ao. Vaucourt o veza m’oa kustum da gaout eur maread mevelien war e dro da ober ardou d’ezan a oe darbet d’ezan kaout da lavaret abalamour n’oa savet hini eus ar goueriaded en e zav pa ’z ea er japel. Eur skabel goat a yoa goullo dres dirak an aoter. Pa lavaran aoter, arabat eo d’eoc’h mont da gredi ez oa eun aoter evel ar re a gavomp hizio en hon ilizou. N’oa eno nemet eun daol goloet gant an dousier lin gwenn kann gant eun tabernakl koat livet groz hag eur groaz war e c’horre. Ao. Vaucourt azezet war e skabel goat, eul loden hepken eus e dok houarn savet, a zelle gant souez en dro d’ezan dre ar japel zister. An toulladik kristenien a yoa eno daoulinet war ar vein yen ha kalet, pleget o fenn, sioulik, o pedi ; ha kement-se a lakae nec’het an Ao. Kont : en eur bed nevez e kave d’ezan beza. An abostol a yoa eat a-drenv an aoter hag a deuas gant e zoupiliz hag e stol. Mont a reas d’an daoulin war bazennou an aoter hag e krogas gant ar pedennou dioc’h an noz. An tad a yea da genta, hag an dud fidel a lavare war e lerc’h, hag evel-se keit ha ma padas ar pedennou. Neuze ar beleg a droas ouz an dud hag a reas d’ezo an tammig prezegen ver-ma :

« Va breudeur ker,

Labouret hoc’h eus hed an deiz da c’hounit ar bara pemdeziek a c’houlennomp digant Doue deuet oc’h d’e drugarekât d’e veza roet d’eoc’h ; ra zeuio e vennoz d’en em asten warnoc’h holl ha ra ziskuizo hoc’h izili dre eur c’housk c’houek ha reiz : mat. It e peoc’h ! »

Hag ec’h astennas e zaouarn da roi d’ezo e vennoz. Mont a rejont holl er meaz, sioul ha pep hini d’e dro.

— Pe seurt relijion eo hounnez, a c’houlennas an Ao. Kont. An turierien douar-ze a zent ouzoc’h evel oaned ; kredit ac’hanon, ho relijion na daolo kel a c’hriziou en hon touez ; ni hon deus ar c’halloud, an nerz, ha ni a fell d’eomp e ve sentet ouzomp e pep tra.

— Ar pez a blijo gant Doue a c’hoarvezo, eme an Abostol, ha ni ive ebestel hor mestr, ni a zo sentus hag a ya d’al lec’h ma fell d’ezan ez afemp. Lavaret en deus d’eomp It ha kelennit an holl boblou. Eat omp hep aon ebet.


————


TREDE PENNAD
————

Ret eo d’eomp beva a spered gant an dud e komzomp anezo, er c’hoec’hvet pe er seizvet kanvet abaoue donedigez H. Z : d’ar poent-se, hel lavaret am eus, an drouized o doa kollet eun tamm brao eus o galloud hag a yoa. red d’ezo en em denna da guzat e dounder ar c’hoajou pe er reier kleuz. Paianed Rom a yoa diruilhet war ar vro, hogen, ne rejont nemet tremen ha ne daoljont grizien ebet e douar an Arvor. Eur boblad tud penn kalet. evel ar Vretoned n’hellent ket digemeret a galon vat eur relijion digaset gant o gwaskerien kasaet. Araok ar mare-ze eta eo e oe grêt eun dukaj eus an Arvor, a lavar lod, re-all a lavar eo eur rouantelez a oe.

Daoust pegen dizesk bennak eo eur bobl, ato e kaver er vro eun tiegez bennak el lec’h eo savet gwelloc’h an dud, el lec’h ez int muioc’h brudet, muioc’h enoret, abalamour d’an taoliou kaer o deus grêt hini pe hini. Ac’hano da zevel eur memes gouarnamant evit an holl, eur gouarnamant hag a vije gwir vestr war ar vro a-bez, ez eus pell, kredit ac’hanon perc’henneien bras an douar, holl koulz lavaret eus an tiegeziou kosa, a grede beza mistri bras war hed o douarou, gant gwir da varn ha da ober brezel. Lavaret d’ar just da bevare e c’hoarvezas kement-se na ve ket eun dra eas war va meno.

Kredi rean oa red d’in roi d’eoc’h an diskleriaduriou-ze evit ma c’houfac’h penaos ha perak oa ken dizeblant ar baroned uhel ouz ar relijion hag ouz gwiriou padus ar boblou.

Evel-se ’ta, Ao. Vaucourt na gomprenas ket nemeur a dra er pez en doa gwelet er japel. Hen ha na gomprene nemet eun dra : galloud ar c’hrenva war e nesa, a gredas oa al labourerien douar-ze en em dennet a zindan galloud baroned ar c’harter evit n’o divije mui da zenti outo. Setu hen da ober e bôtr faro, ha goude beza koaniet eus ar pez o doa digaset d’ezan e vevelien ez eas d’e gambr da dremenn an noz, daou eus e dud a dlie chom gantan er memes kambr. Ne gave ket d’ezan oa awalc’h ar sklerijen evit beza dispont, ha setu perak e tilasas hepken e lerennou, e lammas e voned houarn hag e lakeas eur galabousen c’hloan en e lec’h. Goudeze ec’h astennas e gorf war ar c’holc’hed a zerviche da Andre ; n’edo tamm ebet e poan avat pe e kavche ar beleg eun dra bennak da c’hourvez e-unan pe na raje ket. Bolz an nenv a yoa goloet a goummoul, avel a yoa kenan, hag ar c’hazarc’h a goueze puilh war an toennou ha war gwer ar maner koz. O veza m’oa yen a-walc’h an amzer, an Abostol Andre en doa lakêt kas hordennadou brug, lann ha balan d’ar gambr vras, hag en doa e-unan grêt tan enni.

— Aymar, eme Ao. Vaucourt, kerz da deuler eur zell war holl gougnou ar gambr-ma ; ma ne gavez netra fall ebet e teui da c’hourvez war ar brug-ma, endra ma taolo evez da gamarad e kichen an tan.

An den a zentas, hogen, a-vec’h en doa kaset e zourn da unan eus mogeriou ar gamb ma laoskas eur glemmaden zister hag e kouezas a stok korf d’an douar. Ar zoudard a yoa astennet hep tamm anaoudegez ; dioc’h gwelet e zaoulagad digor frank oa anat oa bet skoet gant eur spont vras souezus.

— D’Elbec, eme Ao. Vaucourt d’ar zoudard-all, dilas e leren d’az kenvreur ha taol dour war e zrem evit e zivorfila.

D’Elbec a dostaas en eur grena. Stleja reas e gamarad tre dirak an oaled, hag e taolas dour war e zrem. Ao. Vaucourt en doa kroget en eur c’houlaouen rousin, pe eun dra bennak-all evelse, hag e save anezi hed a hed ar voger. Ar voger a yoa leun, da vihana ne weled digor ebet enni. En eun taol kont, setu hen o santout eur c’houezaden nerzus evel eun taol avel ar goulou a oe mouget. Mont a reas war e giz, spontet, war ar voger e krede beza gwelet o tremen evel eul luc’heden.

N’edo ket e penn e zouez : tostaet oa ouz an oaled, hag eno elec’h kaout unan astennet e kavas daou astennet evel pa vijent maro. Sellet a reas er siminal ; ha petra welas eno ? eur c’horrigan du pod oc’h atisa an tan gant e zaouarn. Ao. Vaucourt na vanke ket a nerz kalon d’ezan pa veze war dachen an emgannou, evel diret oa enep ar spont. Chom a rea eno en o zav, kroaziet e ziwrec’h gantan, evel sklaset gant ar spont ; evel eun ed gwenan a yoa en e zishouarn, ha dirak e zaoulagad ez oa evel koumoul teo. Mil boan en devoe o vonet betek e c’hole hed. En em deuler a reas warni hag e kuzas e zaoulagad gant e zaou zourn evit na welje ket an oaled. Selaou a rea avat, bec’h warnan : trouz ebet n’ez oa, nemet a gave d’ezan, e zaou zen oc’h halani.

Hardisât a reas a-nebeudou, betek tenna e zaouarn diwar e zaoulagad hag ober eur zell dre laer eus kostez an oaled. Tan a yoa, kalz tan zoken, ma’z oa meurbet sklerijennet ar gambr. N’oa korrigan ebet ken eno. An daou zoudard a frote o daoulagad evel tud hag a zo o tihuna goude eur c’housk hir. Ao. Vaucourt a zavas en e c’hoaze hag a c’halvas e zaou zen. Sevel a rejont goustadik en o zav, ha ker goustadik-all oc’h horjella evel daou zen mezo, e teujont da gaout an Aotrou. Hema a yoa re fougeüs evit lavaret d’ezo petra en doa gwelet. Kredet o divije en doa bet aon.

— Deuit ama dirak va gwele, emezan d’ezo, gourvezit aze, ha bezit war zav d’ar wech kenta ma tigouezfe d’in gervel ac’hanoc’h.

Senti a rejont. An noz a dremenas hep darvoud nevez ebet.

— Lavaret am oa d’eoc’h ez eac’h da glevet traou souezus ; hor marvailhou brezonek a zo leun anezo. Deomp brema da welet traou-all hag a ziskouezo d’eoc’h pe seurt kredennou diboell a yoa neuze etouez an dud. O sonjal e kement en doa gwelet abaoue m’edo er maner, Aotrou Vaucourt a daolas evez dreist-oll ouz ar pez en doa gwelet er japel : skeuden eur gwaz staget en noaz ouz ar groaz, lakêt uz d’an tabernakl, a reas d’ezan kredi oa tud ar maner eus eur vreuriez sorserien bennak savet gant Marzin, barz, diviner ha sorser meurbet brudet en Arvor a-bez. Ar zonj-se a skoas anezan kenan, ha setu hen da gaout e dud, dare da lammet er japel ha da deuler d’an traon kement a yoa enni.

Sklerijennet gant spered Doue, an Abostol en doa gwisket e zilhad oferenna hag a c’hede war dreujou an nor.

Ao. Vaucourt a yoa skoet o welet doare santel ar beleg, ar peoc’h hag ar veurded (majeste) a yoa war e zrem ; hogen, ken kustum oa da skei ha da ziskar hep ken abeg nemet e youl direiz, ar baron a zic’houinas ar c’hleze ne c’helled da vanea nemet gant an daou zourn, hag a hopas d’e zaou zoudard :

— A-raok, ha bec’h d’ar zorser !

Hogen, kerkent e krogas ar c’hren en e holl izili hag ar c’hleze a gouezas eus e zaouarn. Eur spont ha na deue ket eus ar bed-ma a grogas en e zervicherien hag e oe mall ganto tec’het da glask o c’hezeg, hag ac’hano, fidamdoulle ! d’am daoulamm rus hep goulen pelec’h mont. Ao. Vaucourt a jome diflach dirak an Abostol dispont.

— Ao. Baron, emezan, an den gwisket a houarn a zo zoken nebeut a dra dirak galloud Doue ; dont a reez da ziskar ar pez a zo digaset da ober ac’hanout eun den nevez : gwel eun tammig dre da spered ar pez ac’h eus gwelet en diaveaz ac’hanout ha klevet ennout da unan : kemer da gleze ha kea da glask da zoudarded.

Piou en divije kredet ? Ar baron lorc’hus a yoa deuet da veza sentus evel eur bugel : dastum a reas e gleze hag hen ac’hano lostek. N’oa mui ar memez den ; ne livirin ket ne grede mui er zorserien, kredi a rea avat ez oa bet en deiz-se kenver-oc’h-kenver gant eur c’halloud eun tam krao uhelloc’h eget e hini.

Meur a zervez a zo tremenet abaoue. An Abostol hag e ziskibien a ra didrouz pep hini e labour ordinal. Eur burzud-all a yea da c’hoarvezout ; skuis kenan gant labouriou e zervez, an abostol Andre debret gantan e goan, ha lavaret grasou a yeas da c’hourvez war e c’holc’hed brug hag a reas eun huvre souezus. Gwelet a reas dre e gousk an abostol sant Paol oc’h ober teltennou evit beva eus frouez e labour. Greomp al labour a zo fiziet ennomp, a lavaras d’ezan sant Paol, an holl a zo sebeliet en denvalijen hag a enor falz-doueou : d’it-te eo skigna ar c’helou mat (an Aviel) er vro-ma gant al labourerien a zigas d’it ar Mestr. Gant c’hoec’h eus da dud ez i d’an aod, disul kenta, kemeret a ri hep aon ebet ar bagou a gavi stag eno, hag ez i da zikour ar paour kez bag war nez penzea : savetei a ri evel-se o buez da bevar misioner, rak ar veajourien-all a vezo lazet gant tud gouez ar c’harteriou-ma evit paea o gwall vuez.

Ar zonj eus ar pez en devoa gwslet ha klevet ne deas ket epad an deiz diwar spered an abostol Andre. Koulskoude, o teuler muioc’h a evez, e teuas da lavaret ennan e-unan ne dalveze ket ar boan terri ar penn gant huvreou, hag e teuas da ankounac’hât an hini en doa gwelet en noz a-raok evit en em roi korf hag ene d’e labour pemdeziek. Edod er zadorn, derc’hent devez an Aotrou ; dont a reas da zonj d’ezan a gement-se p’edo o vont da gousket.

— Va Doue ! emezan o koueza d’an daoulin dirak e c’holc’hed, mar deo eun urz eo ho peus roet d’in dre c’hinou Hoc’h Abostol, grit d’in gwelet sklêr ar pez am eus da ober.

Pell e padas e beden, hag ez eas d’ober eur c’housk ; kousket kalet a reas en-deün. Brumachen a yoa ; eun avel arne a c’houeze evel ma ra ken alies e bro Breiz, ha setu ar weledigezo tonta-nevez dirazan. Sant Paol en dro-ma a yoa eun tammig tenval e benn, hag evel o c’hourdrouz eun tamm bennak e lavaras gant eur vouez nerzus : « Sav, arabat eo d’it koll da amzer ; ema erru ar gwall-amzer. Ar mor a zo fall ; a-raok ma vezi digouezet en aod, ar vag am eus komzet d’it anezi a vezo bet meur a wech war-nez goueledi. N’az pez nep aon na rak an avel na rak an tarsiou ; an dourn a zizav leuren gompez ar mor bras a gaso ac’hanout d’al lec’h ma fell d’in ez afez. »

An abostol Andre ne jomas ket pelloc’h da dorta ; sevel a eure evel eun tenn, hag ez eas da zihuna c’houec’h den-all eus e gompagnunez. Mont a rejont o seiz en hent, daoust d’an avel dirollet ha d’ar glao bilh a rea, hag e berr amzer e tigouesjont war deven uhel eun aber ez oa enni diou vagig o vransellat. Mont a rea Andre nan dre e volontez e-unan, mes kaset gant eun nerz hag eur sklerijen vurzudus. Dre nerz ar memes galloud-se e tiskennas en aod hag e kemennas d’e ziskibien sevel er bagou ; e-unan e krogas e stur an hini vrasa ; tri diskibl a rouenve ; ar vag kenta a yeas er meaz eus an aber, an eil a yeas war he lerc’h. Ar mor a yoa fall fall ; n’eo ket c’houitellât, blejal eo a rea an avel, hag ar bagou kouslskoude a rea hent ha ne deant tamm da steki ouz ar c’herreg ken stank dre al lec’hiou-ze koulskoude.

En eun taol, a-dreus an tarsiou bras divent, setu i o welet eur sklerijen skedus ; ar sklerijen-ze a yoa pell ac’hano ; hogen, an diou vag a yea evel douget gant an avel, koulz ha pa vije bet kompez ar mor. Digouezout a rejont evel-se dizale e kichenik eur vag vrasoc’h a yoa meurbet gwall gaset gant an amzer fall : gwech e save war gerniou an tarsiou gwenn evit koueza prestik goude e beziou doun el lec’h ma vije lavaret sure vijent goloet ha konfontet prim a-walc’h. En eun taol, setu kristenien Breiz-Izel o klevet eur youc’haden e yez bro ar Jude. Respont a rejont kerkent, hag ez ejont betek ar vag. An abostol Andre a anavezas an dud en doa klevet hano anezo en e huvre. Digemeret e oent e bagou Breiz dres d’an ampoent ma ouelede eben. Diou vag an abostol a droas o begou warzu an douar hep ma vije bet ezom da veza e poan gant ar stur.

Dizrei a rejont ker buhan hag ez oant eat, hag hep muioc’h a ziezamant.

Tud ar vro a yoa ato war gern ar reier, kouls ha d’an deiziou bras, da lavaret eo d’ar gwall-amzer, o c’hedal ar poent da zailha da gaout o lod. An Abostol hag ar re en doa saveteet a yoa diskennet d’an douar. Ar bagou a yoa pennasket evel diaraok. O tizrei d’ar gêr e kavas o tont d’an aod eur bern tud, prez bras warno. Abalamour marteze d’an denvalijen, pe c’hoaz abalamour ma ne zisplije ket d’ar peilherien gwelet nebeutoc’h a dud war dro ar bagou o klask o lod, ar re-man a lezas ar gristenien da vont e peoc’h gant o hent, hep lavaret ger d’ezo.

— Va Doue ! eme an Abostol, setu lapoused ar gernez o vont da blava war baour kez tud eat da benzea ! Daoust ha n’hellfemp ober netra evit rei sikour d’ezo ?

— Mestr ker, a respontas unan eus an diskibien, n’oc’h ket eus ar vro-man ; ni a gred eveldoc’h, ha ma vefemp gwelet war an aod, hep douetans, e vefemp troc’het dre dammou.

An Abostol na reas nemet huanadi. Dont a reas sonj d’ezan eus komzou sant Pol er welidigez en doa bet : tud ar vag a dlie mervel abalamour d’o buez fall. Goudeze e c’houlennas digant unan eus ar re en doa saveteet a be vro oa. Heman a respontas oa eus Rom, ez oa bet harluet gant sened Rom. «Ar re a yoa o sturia hor bag a grede oamp penn-abeg deus ar gwall-amzer a rea hag evit kaout peoc’h o deus diskarget ac’hanomp en eur c’hanod da vont en avantur Doue. Setu perak omp salvet.

— Siouaz ! eme an Absstol, Doue a gastiz kalet a-wechou, hogen ar pez en deus gourc’hemennet a c’hoarvezo, na c’hellomp netra enep an dra-ze.

Erru oa goulou-deiz. An avel a goueze hag an arvoriz kavet ganto ar vag penzeer a youc’he evel eur maread chas warlerc’h eur penmoc’h gouez. Ar pez a zisplijas ar muia d’an abostol a oe gwelet mevelien tuchentil, re Ao. Vaucourt en o zouez, o redek d’an aod da glask o zamm.

— Pe seurt tud eo ar re-man ! eme an Abostol outan e-unan. N’hellimp biken ober d’ezo dont d’en em garet evel breudeur hep skoazel an Holl-C’halloudeg. Ar skoazel-ze avat na vanko ket d’eomp, fizians hon deus enni, rak hor Mestr eo en deus lavaret d’eomp : It, ha kelennit an holl boblou.

Digouezet oant e lojeiz an Abostol. Heman a zigemeras an diavezidi hag a reas d’ezo kaera ma c’hellas.

Echui a ran.

Ar guchennad kristenien-man a brezegas ar feiz gant kement a nerz hag a galon ma teujont a-benn e berr amzer da c’hounit an Arvoriz. Ne gredan ket lavaret ne oent mui peilherien, laeron ar penzeou, a-c’houdevez, rak pell amzer c’hoaz goudeze e welomp duked Breiz o tifenn ober ar seurt traou heuzus-se. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Tremenet em boa daou zervez hanter er presbital. Trugarekat a ris an Ao. Person evit e vadelez em c’henver, ha me da vont larkorc’h . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

DOUE R’HO PAEO !


————


1. Kement-ma a dremene er bloavez 1870, epad seziz Pariz. An amzer a yoa ker kriz hag ar brezel ; skourni rea ; erc’h a rea ive. Eur vaouez paour he devoa ledet eun tamm pallen koz hag a yoa warnan manegou bourret gant gloan ; hag e klaske o gwerza ; hogen, ne deue den d’o marc’hata. Daou « vobil » Breton digouezet en derc’hent a deuas da dremen, hag a gavas ar manegou eus o doare. Gwisket truilhek oant hag e krenent gant ar riou. C’hoant o doa da gaout ar manegou, pa c’houezent en o daouarn o sellet a-gorn ouz ar varc’hadourez. «Ar manegou-ze a rafe vad d’eomp, a lavarent-i etrezo ! »

2. Eun ofiser a deuas da dremen dre eno hag a welas dioc’htu nec’hamant an daou Vreton. Ya, divinout a reas o c’hoant hag o faourentez. « Va bugale, emezan, kemerit daou re manegou evit pep bini ac’hanoc’h, me eo a baeo. » Ar Vretoned a zo lentik ; an daou zoudard n’oa ket mall ganto senti, hag an ofiser da lavaret evit an eil gwech : « Kemerit ’ta, paotred, eur mignon eo a ro anezo d’eoc’h ! » N’helled mui argila. Kemerout a rejont ar manegou en eur lavaret : « Doue r’ho paeo ! va ofiser. »

3. Eur pennad goude e oe eur c’hrogad e Champigny, hag an daou « vobil » edo eno. Etouez ar vistri ec’h anavesjont o mignon, ofiser ar manegou, evel m’hen hanvent. Hogen, pa oe echu an emgann, kaer o doa klask ha sellet, ne deuent ket a-benn da gaout anezhan. N’edo ket war al leac’h ken nebeut pa oe great ar galv. Glazet e ranke beza eta, pe lazet, unan a zaou.

4. Daoust ma’z oant hanter varo gant ar skuisder, ar yenien hag an naon ; daoust ma c’hellent beza lazet gant tennou ar Brusianed, an daou Vreizad ne jomchont ket da varc’hata. Dizrei a rejont war dachen ar brezel : unan anezo a oe tizet en e c’har gant eun tenn fuzul. Lakaat a eure eur mouchouar da c’holo ar gouli, hag en hent adarre. Kaout a rejont an ofiser astennet en erc’h evel maro.

5. Dioc’htu e krogchont d’e frota gant ar manegou bourret, da zoursial ker brao outan, ma teuas a-benn eur pennad brao a amzer da halani ha da zigeri e zaoulagad : n’oa ket maro ! o pebeus eurvad evid hon daou Vreton !

6. Samma rejont anezan war o diskoaz d’e gas d’ar c’hlanvdi (hospital), el leac’h ma teuas da gaout adarre ar yec’hed… Ar vad en devoa great en doa talvezet d’ezan selaouet oa bet peden an daou Vreton :

Doue r’ho paeo !

Hunvre eur Bugel [16]


————


Great en doa e bask kenta.

D’ar c’houlz-se an deskadurez n’oa ket, en hor bro, stank evel hizio, hag ar pôtrig Seven n’en doa darempredet ken skol nemet hini e vamm goz.

Goude beza, hed an deiz, diouallet chatal e gerent e gwaremeier ha prajeier Pont-ar-Zal e kare kalz dont d’an ti, e leac’h daouhanteri o c’hoariou gant ar vousedigou-all eus ar geriaden.

Kaout a rea, en eur gador, ar stam etre he daouarn, pe azezet dirak eur c’har-neza, e vamm-goz Fanchon.

Fanchon a oa mat ouz ar bugelig. Evit na zirenkfe ket ar vamm en he labour, hi a zalc’he Seven en he c’hichen. Da laouennât e benn, tra ma stamme pe ma yea ar c’har-neza en dro e konte d’ezan eur marvailh bennak hag e kane eur werz eus an amzer dremenet.

Difinv evel eur skeuden, Seven a zelaoue. Echu ar zon e c’houlenne : « Eun all, mamm-goz ! »

Hag e zaoulagad a yoa ken dous, e vizach ken karantezus, e zaouarnigou astennet ken pedus, ma ne c’helle ket ar vamm-goz vat lavaret nan.

— Hizio e kanin d’it gwerz Lez-Breiz, a lavaras eun deiz Fanchou d’he mab-bihan.

— Lez-Breiz ? Piou eo hennez, mamm-goz ?

— Lez-Breiz a zifennas hor bro eneb ar C’hallaoued. E vuez a zo hini eun den kalonek… Setu hi aman !

Ar vaouez goz he doa koumanset. He mouez, raouliet gant ar bloaveziou, a zeblante beza adkavet he holl nerz gwechall evit kana buez hag oberou broadel an hini a zo bet leshanvet mat gant hor c’henvroiz Lez-Breiz. Ouz e zelaou, Seven a denerea e galon, hag araok ar fin, o tremenn e zorn war e zaoulagad e santas anezo gleb.

En devez warlerc’h, a greiz diouall e loened. ar bugel — tra souezus — en em roas da hunvreal. Gwerz Lez-Breiz, hag he doa ken skoet anezan, en derc’hent, a oa atao en e benn. Estlammet e chome dirak kalonder vurzudus ar marc’heg breizad, ha karet a rea ive ar floc’hig yaouank a respontas d’e vestr, pa ne felle ket da heman e lezel da vont d’an emgann :

N’am eus ket aoun rak ar C’hallaoued
Kriz eo va c’halon, va dir lemmet !

Setu aze eta, a zonje Seven, betek pegeit ez ea karantez ar Vretoned koz evit o bro, betek rei o gwad eviti, evit he difenn eneb he gwallerien.

Perak, a c’houlenne ar bugel outan e-unan, na zavche ket c’hoaz eul Lez-Breiz bennak war an douar he deus gwelet o c’henel kement a dud kalonek ? Daoust ha sklaset eo e gwazied ar Vretoned gwad rus ha nerzus o c’hentadou !

E zaout a beure. Chom a reant reiz, hizio, en o fark.

Karget e spered gant hunvreou dreist e oad, ar mesaer yaouank a zerras e zaoulagad… ha prest en em lezas da gousket.

E kreiz e gousk, eur zonj iskiz a deuas d’e drubuilha.

War eun dachen a vrezel ec’h em gave. Endro d’ezan ec’h en em ganned evel leoned. A bep tu e skoed dizamant, didrugar. An tennou fuzuilh a zute o tremen a-zioc’h e benn…

Hen — o gweladen iskiz ! a oa unan eus ar gwasa lazerien. Bep taol e tiskare e zen !… Mes eur vouled a deuas d’e dizout d’e dro ive, hag hep ’eur griaden e e kouezas d’an douar, kontant da skuilh e wad evit difen ar Justiz !

En eun taol e tihunas. N’oa nemet eun hunvre ! Mervel yaouank-flam evit Breiz !…

Dek vloaz divezatoc’h, ar pez en doa gwelet Seven dre e hunvre a dlie digouezout.

Edod en amzer an Dispac’h-Vras. Dre Vreiz a-bez, an dud vat, rukunet gant torfejou ar C’hallaoued, a oa en em zavet evit lakaat ar Re-C’hlaz d’echui o falloniou hag o argas er meaz ar vro.

O tigas d’o heul an dijentiled, ar Vretoned o doa kemeret o armou, hag eat d’an emgann. Gant ar re genta edo pôtred Pont-ar-Zal, hag en o zouez Seven, den yaouank ampart abenn neuze.

En eur barrezig vihan, Re-C’hlaz ha Re-Wenn en em gavas penn-ouz-penn. Ar Re-C’hlaz a oa kalz niverusoc’h eget hor c’henvroiz.

Mes evit difenn ar Justiz, ar Breizad a zo ken nerzus ha tri.

An tan a grogas prim. Evel keilhen an dud a goueze a bep tu, ha diez oa gouzout gant piou e chomfe ar gounid.

Pa venne d’eur rummad fallgaloni mouez ar mestr a zave :

Beac’h warno, potred Breiz, beac’h warno, ha gwelomp !
Mar ’ma ’n Diaoul a du ganto, ema Doue ganeomp !

Ar c’halonou a grenvae, hag eur youc’haden a zave ! « Araok !… Tan !! »

Er penn kenta, Seven a gerze hag a skoe evel eun dall… En despet d’o c’halonder, ar Vreiziz a oa war var da rankout plega.

En em roit ! eme ar jeneral gall.

En em rei ?… Allo ’ta !… a respontas Seven er penn kenta, hep gedal ger e vistri, hag o skei gwasoc’h-gwaz…

D’ar mare-ze, en e vrasa kounnar eneb enebourien e vro, ar Breizad a oa skoet e kreiz ar galon, gant eur vouled. Hep eur glemmaden, Seven a gouezas o youc’hal d’e gamaladed : « Evit Breiz !… Araok bepred !… »

E c’houli a oa marvel ; mes mesaer koz Pont-ar-Zal, o vervel, en em ziskoueze laouen : « O ! va hunvre !… va hunvre kaer a vugel ! » emezan…

PANER
ar Marvailhou munut


————


Ar morian hag ar zoudard


Eur morian a c’houlenne eun deiz digant eur zoudard ha kredi a read c’hoaz e Doue en e vro Frans.

— Setu aze eun hunvre ! eme ar zoudarded gall. Piou a c’hell kaout douetanz ez eun Doue ?

— E feiz, lavaret a rafed, eme ar morian ; ne roit morse testeni ebet euz ho feiz !

Daoust ha ne c’hellfed ket goulen ar memes tra digant ar bern tud a bep stad a vev hirio evel pa n’o defe mui tamm feiz ebet ? Daoust ha ne c’hellfed ket ober d’ezo ar rebech c’houero a rea Doue gwechall d’e bobl dre c’hinou ar profed Izaias : « Krouet em eus bugale, maget ha savet am eus anezo ; int-i avat o deus great faë warnon. Eul loen diskiant a anavez e vestr ; an den avat n’anavez mui an iliz ».


Roudou Doue


Goulen a read eun dervez digant eur morian o chom er gwelec’h, da lavaret eo en eur vro ha n’eus ket nemeur a dud enni, devet ma ’z eo gant an heol hag an treaz bero : «Penaos hoc’h-hu deuet da c’houzout ez eus eun Doue ? »

Hag ar morian da respont gant kalz a furnez :

— « Evel ma c’houzon dre ar roudou chomet war an treaz pe ez eus tremenet eun den pe eul loen. »

Hag e gwirionez, pa welomp da bep kammed a reomp kement a roudou leun a furnez hag a c’halloud lezet gant an Hini en deuz great ar bed, penaos miret da lavaret :

— « Eun Doue a zo bet dre ama ! Kement-all a draou kaer n’hellont beza great nemet gant eun Doue ! »

Hag an Doue-ze eo an hini a anavezomp, ni, kristenien !


Doue a zo e pep leac’h


Sant Bernardin a yoa meurbed doujet gant kamaraded e oad pa oa c’hoaz bugel. Mar tigoueze d’ezo koms etrezo a draou difennet e tavent kerkent ha mar her gwelent, o lavaret :

« Peoc’h gant an traou-ze ! setu erru Bernardin ! » Mar doa a-walc’h d’ar re-man gwelet Bernardin evit beza fur, taolit evez, bugale, ez eus dalc’h-mad tostik-tost d’eoc’h eun Doue hag eun eal a glev ho komzou, a wel hoc’h oberou ha kement zoken a dremen e goueled ho kalon. Bezit fur eta kouls pa n’eus nemetoc’h evel pa emaoc’h gant ar re-all ; pa ’z oc’h douget d’an droug, livirit evel ar plac’h chast Suzanna a zo hano anezi er Skritur-Zakr : « Penaos e c’hellfen-me pec’hi dirak va Doue am gwel hag am barno ? »


Hosti c’hlan


Kement-ma a dremene e Lourd n’eus ket pell c’hoaz, e kichenik al leac’h ma ’z eas Bernardett da skrabat an douar gant he bizied ha ma teuas da ziouana eun eienen he deus pareet kement a dud abaoue.

An dud klanv, ar re vac’hagnet, kabac’h, seizet, bouzar, dall ha mut, an holl glenvejou, an holl boaniou a yoa bodet endro d’ar pisinou hag a c’hede beza soubet en dour burzudus.

Eur beleg a bede hag a alie an dud yac’h da bedi o diwreac’h e kroaz. Lavaret a rea :

— Eürus ar re o deus poan da ziwaska ! Eurus ar re a ouel !

Hag ar glanvourien a unanas o mouez gant ar re yac’h evit lavaret :

— Eürus ar glanvourien ! Doue o c’har !

— Mes neuze, mamm, a lavaras eur bugel klanv pell a yoa, mar kar an Ao. Doue ar re glanv, me zo gwelloc’h ganen chom klanv !

Digaset e oe en eur gador eur plac’hig daouzek vloaz sounnet outi he holl izili, drouk-livet evel ar maro ha ken treut ma n’oa mui nemet ar skeud eus an den. Digaset oa bet da Lourd gant eur framason difeiz da direlijion. Hen a yoa chomet kuzet e-touez an engroez tud, hogen klevet oa bet o lavaret :

— Ar pez a zo sur eo mar teu houma da gaout ar pare en dour-ze, me a gredo hag a govesao. Hag ar beleg da hopal :

— Plijet gant an Intron-Varia Lourd parea ar bugel-ma !

Ar bobl kristen a youc’has war e lerc’h gant eur feiz birvidik ?

— Plijet gant an Intron-Varia Lourd parea ar bugel-ma !

Ar beleg a lavaras adarre :

— Goulen a ran eur sakrifiz digant unan eus ar glanvourien a zo ama. Ra zeui unan anezo da ginnig da Zoue chom klanv betek e varo, e pinijen, evit ma pareo ar c’hez-ma ha ma kredo an difeiz-se.

Eun den etre tregont ha daou-ugent vloaz a dostae d’ar poent-se oc’h en em stleja gwella ma c’helle war bouez e flac’hou. Lavaret a reas gant eur vouez hag a dreuzas an holl galonou :

— Me !

E kichenik ez oa eur vamm o ouela, ganti war he barlen eur c’hrouadurig seiz vloaz ganet bouzar ha mut : hag e lavare enni he-unan :

— Mont a ran da ginnig va merc’h !

Karantez ar vamm a oe treac’h eur pennad war he c’harantez evit eun dianavezet. Ne badas ket pell ar c’hrogad, ha dizale e tilammas da gaout ar beleg gant he merc’h.

— Dalit ! emezi.

Ar beleg a gemeras ar baotrez etre e ziwreac’h, a zavas anezi etresek an nenv evel m’eo kustum d’hen ober bemdez da Hosti zantel an oferen.

— Setu, emezan, an Hosti c’hlan a ginniger evit paea distro ar pec’her !

Ar feiz a verve e kalonou an dud fidel hag an daelou a zirede eus an holl daoulagad.

Ar bugel daouzek vloaz a oe soubet en dour hag a gavas ennan ar pare. Ar pec’her a zalc’has d’e c’her hag a deuas da veza kristen mat.


An daou vreur


Jeruzalem n’oa c’hoaz d’ar poent-se nemet eur park a laboured evel ar re all. Al loden eo bet savet warni an templ brudet a yoa neuze boutin etre daou vreur, unan anezo dimezet ha tad da veur a vugel ; egile a veve e-unan.

Pa deuas poent an eost, an daou vreur a vedas, a hordennas o drammou hag a reas ganto daou vern henvel.

Mes, e kreiz an noz, ar paotr dizemez en doe eur mennoz mat. Lavaret a reas ennan e-unan : « Va breur en deus gwreg ha bugale da vaga, pa n’em beus-me den nemedon va-unan. Ne vije ket brao d’in kaout ker bras loden hag hen. Mont a ran da denna eus va bern eun dramm bennak da greski e hini. Ne ouezo netra evel-se ; mac’h oufe ne asantfe ket. »

Hag e reas evel en doa divizet.

En nosvez-se ive ar breur-all a zihunas hag a lavaras d’e wreg : « Va breur a zo yaouank, hag e-unan ; n’en deus den war e dro da zerc’hel kompagnunez d’ezan pa ’z eo yac’h ha da brederia gant e ezomou pa ’z eo klanv ; ne vije ket leal d’eomp kemeret keit hag hen eus gounidegez ar park : savomp, ha deomp da greski e vern ; ne ouezo netra ha rak-se ne c’hello ket kaout digarez da jom hep kemeret. »

Hag e reas evel en doa divizet.

Antronoz an daou vreur a yeas d’ar park, hag e oent estlammet o kaout ar berniou ker bras. Hini ebet avat na lavaras grik d’egile eus ar pez en devoa great.

Ar memez tra a c’hoarvezas meur a nosvez dioc’htu. Eun droiad koulskoude ec’h en em gavchont an eil gant egile, sammet. En em deuler a rejont an eil e diwreac’h egile.

An dachen-ze benniget gant karantez an daou vreur a blijas da Zoue. An dud a zavas eno eun iliz, ha Krouer an nenv hag an douar a gavas mat ober anezi e di.


Azen ar Bardonerez


En eur c’hombod hent-houarn, eun Aotrou kof bras a zo azezet en eur c’hougn. Dirazan ez eus eur goueriadez, eur vaouez diwar ar meaz gwisket e giz Lanndi. Eur chapeled bras a zo en he c’herc’hen ; bet eo o pardona e Lourd.

An Aotrou (gant eun ear gwapaüs). — E Lourd oc’h bet, gwelet a ran !

Ar goueriadez. — Ya da, Aotrou.

Hen. — Hag ez eus great d’eoc’h gwelet traou a bep seurt liou ?

Hi. — Ya, Aotrou, gwelet em eus e Lourd traou kaer kenan.

Hen. — Gwelet hoc’h eus an eienen ?

Hi. — Gwelet em eus an eienen, Aotrou, evet em eus he dour ha gwalc’het ganti va daoulagad.

Hen. — Gwelet hoc’h eus ive eur bern pareansou ?

Hi. — Kaeroc’h, Aotrou ; bet em eus eur weledigez, eun « aparision ».

Hen. — Brao ! brao ! O ! kountit an dra-ze d’in ’ta, Itroun vat. (An Aotrou a frote e zaouarn gant plijadur).

Hi. — Ya, gwelet em eus an Tiegez santel e Bethleem ; ar Werc’hez Vari, sant Jozef, ar Mabig Jezuz, ar vesaerien, an tri Roue… Ne vanke netra nemet eun dra.

Hen. — A !… Petra vanke ?

Hi. — An azen !… Eun eal en deus lavaret d’in her gwelchen dizale. Laouen oun brema… Ouz ho kwelet ez eus deuet sonj d’in eus komzou an eal !

An Aotrou a droas oc’h ar weren hag a reas meur a zell korn ouz ar c’houabr a yoa deuet da c’holo an heol.


An Iliz reformet


Ar gountaden-ma a zo bet kutuilhet gant an Echo de Noël e kannadig eur barrez.

Eur ministr protestant a yoa

Oc’h ober e dro
Dre ar vro,

o prezeg e relijion, oc’h ingala levriou etouez an dud. En em gaout a reas eun dervez gant eur serjant, hag hen dioc’htu da ginnig e levriou.

— Petra eo an dra-ze ! eme ar zoudard… Almanagou nevez ?

— Gwelloc’h c’hoaz ! eme ar ministr.

— Petra int eta ?

— El levrigou-ma e tesker anaout ar relijion, ar gwir relijion, hon hini-ni.

— Ha pehini eo ho relijion !

— Ar relijion reformet [17].

— Mat, Aotrou, ho relijion neuze na dalv netra !

— Penaos ’ta ?

— Abalamour, ganeomp-ni, soudarded, pa vez « reformet » unan bennak, e vez lavaret d’ezan mont d’ar gear, n’eo mui mat evit ar zervich. Evel-se ’ta, dalc’hit ganeoc’h ho levriou ; ne gavfen saour ebet gant eur relijion « reformet » gant Konseilh ar Revu.


Paour kez emzivad !


Bez ez eus kalz tud hizio hag a gav o brasa plijadur o wapaat ar veleien hag ar relijion ; ne vankont tro ebet d’hen ober. A-wechou koulskoude e kouez o meud en o dourn. Selaouit kentoc’h an darvoud-ma c’hoarvezet n’eus ket pell.

Eur person diwar ar meaz a zavas en eur c’hombod da veachi war an hent-houarn. Kenver ha kenver ec’h en em gavas gant eun Aotrou o veachi evit eun ti a gemwerz.

— Aotrou Person, eme ar bourc’hiz war eun ton trubard evel an hini a gemeras Judas pa lavare da Jezuz e teue d’e zaludi, klevet hoc’h eus ar c’helou bras ? Hag e rea ardou gant e vouez, hag e selle a gorn ouz e amezeien.

— N’em eus ket, Aotrou ; gwall abret oun deuet eus ar gear er mintin-ma, ha n’em beus ket bet amzer c’hoaz da zellet ouz ar c’hazetennou.

— Penaos ! penaos ! n’hoc’h eus ket klevet ? Mes n’eus ken hano koulskoude nemet eus an dra-ze !

— Ne welan ket, Aotrou, eus petra e fell d’eoc’h koms.

— Mat, Aotrou Person, eur blijadur eo evidon beza da genta o tigas d’eoc’h ar c’helou : an diaoul a zo maro !!!…


— Mantrus eo ! eme an Ao. Person, evel tenereet e galon. Mat, Aotrou, atao em eus bet truez ouz an emzivaded kez : kemerit an daou wenneg-ma, me ho ped !…

Gwelet a rit, mechans, ar penn a reas ar bourc’hiz o klevet kement-se… An holl a zirollas da c’hoarzin.


An Dragon hag ar Beleg


— Perag e rit-hu vijil da wener ha yun edoug ar c’horaiz a c’houlenne eun dervez eun dragon ouz eur beleg.

— Ha c’houi, eme ar beleg, perag e stlejit-hu eur zabren ouz ho kostez ?

— Abalamour m’eo gourc’hemennet.

— Mat, ni ivez a ra vijil da wener hag a yun edoug ar c’horaiz abalamour m’eo gourc’hemennet an dra-ze d’eomp gant an Iliz.

— Koulskoude ar c’hig a zo koulz da wener ’vel da zadorn.

— Heb mar ebet ; mes pa vez lakeat ar zoudarded da veva divar bara ha dour er zal polis, evel ma c’hoarvez awechou, daoust hag e rear an dra-ze abalamour m eo falloc’h ar gesteuren er c’hazarn en deiz-ze eget d’an deiziou-all ?

— Nan, ober a rear an dra-ze evit lakât Yann zoudard e pinijen.

— Mat, evit lakât ac’hanomp-ni ivez kristenien, e pinijen, abalamour d’hor pec’hejou eo e tifenn an Iliz ouzomp debri kig, derveziennou a vez.

— Ar vijil c’hoaz ne gavan ket re iskiz, mes ar yun avat, a gavan re galet.

— Perag e tougit-hu var ho pen eun tok-houarn ker pounner hag a rit ?

— Evit hon diouall diouz an taoliou a skofe an enebourien ganeomp.

— Mat ! ni ivez kristenien, hon deus eun enebour touet hag eo an diaoul ; n’eus netra gwell evit en em zifenn outan eget yun, ha setu aze perak an Iliz, hor mamm, a c’hourc’hemenn d’eomp hen ober bep an amzer.

J. M. P.


Elumen viou ar c’homis beachour


An Tad Lacordaire a yoa eun dervez o leina en eun hôtel e n’ouzoun mui pe seurt kear.

Ar gwener a yoa, deiz vijel eta. Eun dro vrao d’ar c’homisien egiz-ma da ziskouez d’an holl o deus re a spered evit kredi e galloud an Iliz hag e madelez ar relijion, traou koz, echu ganto pell a zo !… oc’h o c’hlevet, da vihana.

Goude beza dizac’het eur bern sorc’hennou diskiant enep ar vijil, an dud devot, ar veleien…, ar paotr faro a droas warzu ar prezeger bras, da ginnig d’ezan ar pez a jome en e zilerc’h eus an elumen viou.

— « Me, aoutrou, emezan oc’h ober gwad, me ne gredan nemet ar pez a gomprenan.

An Tad Lacordaire a lakeas en e asied an tammik a viou en doa lezet an aotrou difeiz.

— « Aotrou, emezan d’ar c’homis, ha kompren a rit ha penaos e teu an tan da deuzi an aman ha da galedi ar viou ?

— E feiz… ne ran ket da ! a respontas ar paotr nec’het bras.

— « Na me ken nebeut, eme ar manac’h gant fouge… Gwelet a ran koulskoude e kredit en elumen viou, hag e kavit mat enezi. N’eo ket gwir ? »


En dizro eus Lourd


Eul labourer douar diwar dro Skaer e Bro-Gerne, a yoa o tizrei eus Lourd ; laouen oa evel kement hini a zizro ac’hano… Hag e tisplege gant plijadur d’ar re a yoa en e gombod henthouarn, an traou dudius en doa gwelet et kear dispar ar Werc’hez.

Eur medisin yaouank a yoa o selaou en eur c’hougn. Mousc’hoarzin faeüs a rea o klevet ar «paour a spered », re zouget da gredi, war e veno. Hag hen o lavaret a greiz tout :

— Neuze ’ta, va den mat, hoc’h eus gwelet pareansou ?

— Ya da, Aotrou, gwelet em eus pareansou…

— Ha ped, mar plij ?

— Diou, Aotrou !

— Diou ?… Ha ped klanvour a yoa ’ta ?

— Ouspenn daou c’hant, Aotrou…

— Ouspen daou c’hant !… Mat, red eo lavaret neuze n’eo ket ho Kwerc’hez gwall c’halloudus pa ne c’hell ket parea kement hini a ya ker pell-all d’he fedi !

— O ! eo, Aotrou, gellout a-walc’h a rafe… Hogen, ar Werc’hez a zo gwelloc’h, madelezusoc’h eget an dud ! Klask a ra mad an holl… Ma teufe da barea an holl glanvourien, ar vedisined ne zalefent ket da vervel gant an naon… hag an dra-ze, kredabl, ne vije ket dioc’h ho toare ?…


Ar penn-azen


Klevet em eus ober hano eus eur c’houeriad hag a c’hoantea gwelet Pariz, eur wech en e vuez ivez.

Mont a reas, ha peadra a gavas eno da zigeri e c’hinou, me lavar deoc’h. Fellout a rea d’ezan gwelet pep tra, an embannou war an tiez-kemwerz, ar varc’hadourez a yoa e pep stal.

Kaout a reas eun den azezet e-unan oc’h eun daol skriva.

Aotrou, emezan evel eur glapezen, livirit d’in, mar plij, petra werzit ?

Ar skrivanier a lavare outan e-unan, edo o vont da gaout tro da ober eur c’hovad c’hoarzin diwar goust Yann Gouer.

— Gwerza ran, emezan, pennou azenned !

— E feiz, neuze, eme Yann Gouer, ho peus gwerzet eun toullad brao hizio, rak ne welan mui nemet unan en ho stal !!!…

Hag hen er meaz hep goulen an heur.


El leac’h ez eus hano eus kostou Adam


En henchou-houarn e weler hag e klever kalz marvailhou. En deiz-all ez oa eun nebeut beajourien en eur wagon, kaoz krenv ganto. Pa na vez netra da ober e ra vad trabellat da dremen an amzer.

E touez ar veajourien-ma ez oa unan, bet gwechall war dachen an brezel, el leac’h en doa lezet eur c’har. Goudeze oa deuet d’e garter, ar groaz a enor war e vruched, ez oa dimezet, hag e veve evel eun den a zoare, mes ive, evel eun den hep relijion. Evel ne laboure nemeur, e komze kalz pa gave tro, hag e blijadur oa ober goap eus al lezen gristen hag eus ar re hen heuilh. Rak hen a rea fouge da veza eun den seven hep moumounerez ebet.

Ama’ta oa en em lakeat, evit dizenoui e genbeajourien, da zistaga peziou kaer eneb al lezen gristen ha gwirionezou ar feiz. hag e komze a-dreuz hag a-hed evel ma ra peurvuia an doktored-se a goms eus ar pez ne anavezont ket.

E-touez kalz a zotoniou all distaget a eneb ar Skritur Zakr, a-eneb lezennou ha lidou an Iliz, setu hen o kaout houma :

— Lenner em eus, enezan, er Skritur Zakr, pa falvezaz da Zoue rei eur pried d’hon tad kenta Adam, e tigasas ar c’housket d’ezan, hag epad e gousk e tennas unan euz e gostou, ha gant ar gosten ze e savas ar vaouez genta. Hogen, Adam a dlie neuze mankout eur gosten d’ezan, ne dlie kaout mui nemet teir warnugent ha koulskoude an dud wiziek, ar re o deus studiet hag a oar penaos eo great korf an den, a lavar holl hon deus ni peder gosten warnugent. Mat, me garre kaout unan kennak da ziskouez d’in penaos e c’hellomp, ni holl bugale Adam, ni holl diskennet anezan, kaout peder gosten warnugent pa n’en doa hon tad nemet teir warnugent.

War gement-se ar veajourien a yoa o selaou an doktor a zirollas holl da c’hoarzin, nemet unan. Hema a zistroas oc’h an doktor hag a lavaras d’ezan :

— Dioc’h ma livirit, c’houi a zo bet soudard ?

— Ya, aotrou.

— Evit doare hoc’h eus kollet eur c’har ?

— Ya, chomet eo bet war an dachen a vrezel, ha setu perak e welit ar groaz kaer-ma war va bruched.

— Goude m’oac’h distroet eus ar brezel eo hoc’h bet dimezet ?

— Ya, Aotrou. Ha roet en deus Doue bugale d’eoc’h ?

— Ya, bugale am eus, hag esper am eus e teuio eun deiz unan bennak anezo da zifen e vro evel m’en deus great o zad.

— Ha divac’hagn eo ar vugale-ze ? Ha bez o deus-i diou c’har pep hini anezo ?

— Ya, Aotrou, ken divac’hagn ha pep den.

— C’houi koulskoude, dioc’h ma welan, n’hoc’h eus nemet eur c’har ?

— Nan sur, mes petra fell d’eoc’h da lavaret war gement-se ?

— Me garfe e c’hellfac’h lavaret d’in penoas e c’hell ho pugale kaout diou c’har pep hini anezo, p’eo gwir c’houi, o zad, n’oc’h eus nemet unan ; ba mar en deus gallet Doue rei d’eoc’h-hu bugale hag o deus pep a ziou c’har, petra bennak n’en deus o zad nemet unan, livirit d’in ha dieasoc’h ez oa d’ezan rei peder gosten warnugent da bep hini ac’hanomp-ni ha pa n’en divije hon tad kenta nemet teir warnugent ?

Ama ar veajourien o doa c’hoarzet o klevet peziou kaër an doktor a droas c’hoarz a-eneb an doktor e-unan ; hag hema neuze a zerras e veg hag a oe mut epad ar penn diveza eus ar veaj. E gwirionez, eur gentel gwall c’hoero en devoa bet.


Providanz Doue


Eun deiz Doue a gemennas da zant Mikael arc’heal mont da gutuilh ene eun intanvez a yoa dare evit an nenvou.

An arc’heal a ziskennas a denn-askel war an douar, ha pa oe digouezet e kramb an intanvez, e welas daou grouadurig e-harz he zreid. Sonjal a reas e chomje ar vugaligou-ze emzivaded hag er vrasa dienez, ma kemerje ene ar vamm, hag e tizroas d’an nenv goullo e zaouarn.

— Perak, a lavaras Doue, n’ez peus ket digaset d’in ene an intanvez ?

— Aotrou, gwelet am eus he devoa ar vaouez-se daou grouadur, hag em eus lavaret ouzin va-unan : Piou a gemero soursi anezo pa vezo eat kuit ? Gant truez outo em eus lezet an ene da veva c’hoaz korf an intanvez.

Ha Doue a lavaras d’an arc’heal : « Disken e goueled ar mor : eno e kavi eur vilien, hag he digasi ama.

An arc’heal a zigazas ar vilien.

Ha Doue a lavaras d’ezan :

— Brema, torr ar mean !

An arc’heal a dorras ar mean hag a jomas sebezet : e kreiz ar vilien, eviti da veza difaout hag en he fez, daou brenv a finve, leun a vuez.

— Piou a vag ar re-ze ? a c’houlennas Doue.

An arc’heal a hejas e ziskoaz hag a jomas sioul.

— Na gemer ket nec’h gant an emzivaded, a lavaras Doue ; an dra-ze a zell ouzin te, gra ar pez am eus gourc’hemennet.


Pep hini e studi !


Eur bourc’hiz en doa eur merour. Ar merour-ma n’oa ket gant ar re warlerc’h o paea e ferm ; e di a yoa urzet mat. Ar vugale, ar mitisien, a yoa boazet da heulia gourc’hemennou ar mestr. D’eun dervez sadorn en em gav ar merour-ma gant e aotrou.

Setu ama ar gaoz a zavas ganto :

An aotrou. — Da beleac’h ez it varc’hoaz ?

Ar merour. — D’an oferen.

An aotrou. — Gwelloc’h e ve d’eoc’h labourat.

Ar merour. — Aotrou, d’ar zul ne labouran morse.

An aotrou. — Eun diot oc’h.

Ar merour. — Ken diot evel a gerot me a gar ar relijion, hag e fell d’in he heulia.

An aotrou. — Ar veleien eo a ra d’eoc’h beza diot evelse. Lakeat o deus ac’hanoc’h da gredi ez eus tri ferson e Doue.

Ar merour. — Gwir eo, kredi a ran kement-se.

An aotrou. — Ma ve lavaret d’eoc’h ez eus eun Doue ne lavaran ket e ve diot eun den o kredi kement-se. Mes pa lavaront e zo tri ferson e Doue, penaos o c’hredi ? Ha bet int betek ar baradoz o welet ?

Ar merour. — Pa deu eun den da glemm gant ar boan benn, e ve lavaret d’ezan e teu ar boan eus ar bruched ; piou a zo bet eno ?

An aotrou. — Eur studi a ve great war gement-se.

Ar merour. — An aotrou Person en deus great studi ive.

An aotrou. — Ar vedisined a oar parea ar c’hlenvejou, ha mat a ra an dud selaou anezo.

Ar merour. — Gwir eo ; mes me a gav mat ive heulia aliou an aotrou Person. Peoc’h hag urz vat a zo em zi ; va bugale ne reont ket a zisplijadur d’in, c’houi her goar. Aliou an aotrou Person eo a zo penn-kaoz a gement-se. Ne weler ket ar memes tra e tiez an dud ne heuliont ket ar relijion.

War gement-se an aotrou a droas kein en eur c’hrosmolat. Eur c’hrouadur en doa hag oa het desket d’ezan pep tra nemet ar gwirionezou kristen ; ha brema e lakea an dristidigez e kalon e dad.

Ar Vamm-goz Mizer o klask lojeiz


————


Mar fell d’eoc’h diroufenna ho tal, mar ho peus c’hoant da danva brezoneg c’houek, lennit ar werz-ma. Kavet em eus anezi er Feiz ha Breiz koz, 11 meurz 1865. Koz eo eun tammig, egiz ma welit, mes lennit anezi, hag e leverot d’in goude n’he deus kollet tamm eus he c’houez vat.

Kalz barzoniezou a zaver en hon amzer, hogen, ar gwir varzed a zo tano… Eur gwir dudi, eur banvez dreist eo evit ar spered hag ar galon kaout bommou brezoneg da zaouri evel a zo er pennad-mad.

N’eo ket dibaot kaout eus an traou dudius-se er Feiz ha Breiz a yoa renet gwechall gant an Aotrou Morvan. Hag evel ez eus nebeut ac’hanomp o kaout en o zi follennou melenet ar gelaouen goz se, em eus sonjet e rajen plijadur o servicha pennadou eus ar pez a reas kement a vad d’hon tadou.



Gwechall e tremenas en eur bourkig a Vreiz,
Ar Vammig-goz Mizer, o vont da glask lojeiz.
He daoulagad skoelfet, diskabel, diarc’hen,
Treut evel eun arkou ha ridet he c’hroc’hen,
Ne daol troad d’an douar, nemet a bik-lammou :
Koulskoude, war he c’hein, gant he zammig truilhou,
C’houec’h mil bloaz gwall bounner da zougen,
A dle roi d’he diou c’har ouspen eur vorzaden.

D’ar strinkel-ze, siouaz ! uhel hel lavaran,
Ne vank na tiegez, na lojeiz er bed-man.
Abaoue m’en deus Adam e zor d’ei digoret,
War goust e vugale bemdez he deus bevet ;
Rak nep a vez gwasket dindan he c’hrabanou,
A ya skanv e c’hodel ha kleuz e vouzellou.
An dreitourez eta d’an tiez a gerze,
Da c’hout peleac’h kluja he c’hovad paourente :
He daoulagad paret war eur c’hoz lochennig,
E lavar o kaskalat : «E vit eun nozvezig,
Aman, war a gredan, me gavo lojeiz prest.
Mes araok antreal, sellomp dre ar prenest. »
Kerkent he daoulagad a furch mat el lochen :
Eur wreg, hag he mabig ganti war he barlen,
Gant eur vouez dudius, henvel ouz eun eostig,
A gane d’he bugel : « Kousk, kousk, va c’halonig ! »
He fried, kemener, o c’hriat war e dorchen,
Diwar benn e c’hlin a jache prim e neuden.
Ne welet, evit gwir, en ti-ze o lugerni
Na moger paperet, aour nag arc’hantiri ;
Mes ne welet ket ive treid hir ar gefniden,
Endro d’ar mogeriou o steui gwiaden.
Eun tiegez kempen, joaüsted ha labour,
A zalc’h plas d’an arc’hant hag ive d’an aour.
— Kerz pelloc’h da glask fred, rak ama, va c’homer,
Daoust m’eo treut ar c’hig sall, n’eus tamm plas d’ar vizer. »
Evelse, dre he dent, e c’hrosmol ar wrac’h koz,
Ha kerkent e tro kein hep lavaret bennoz.
Kerzet a ra neuze d’an tiegez tosta,
Da c’hout ha hi gavo gwelloc’h evit loja.
An ozac’h mezo mik, war leuren ar gegin,
En daou bleg destumet evel eun urusin,
A laosk en eur gousket ken pounner roc’haden,

Ma weler eo stoufet betek e gornailhen.
Eus e c’hinou digor, hag ive eus e fri,
E ruilh, hed e varo, eur waz glaour ha mec’hi.
Piou gredfe koulskoude ? Daoust ma ’z eo badaouet,
Ar weren hanter-leun en e zourn ’zo chomet !
Daou vugel diskempen en eur c’horn a ruilhe :
Daou-all er chodouren ar yod a c’habouilhe,
Hag a-bouez e zivreac’h, unan gant ar sklinsin,
A skoe war ar billig, da c’hoari taboulin.
Ar vamm eus he c’hostez, ar vamm, koz libouden,
E kuz, gant eur gomer, a lipe he gweren.
O welet kement-ma, ar c’hrac’h — n’eo ket eston —
A lugern he lagad hag a drid he c’halon :
— Setu, krak ! emezi, al lojeiz a glaskan ;
Peleac’h e vin mestrez mar ne deo ket aman ? »
Kerkent e poulz an nor, hag evel eur vleizez,
En eur skrignal he dent e lamm gant bleo Jakez :
—Poent eo divorfila, sao, emezi, dihun,
Korf laosk ha didalvez, mesvier, lounk-e-zizun ;
Mar ne zentez raktal, diwar bouez da griben,
Me raio d’it skuba ’l leur-zi gant da chupen ! »
Ouz he c’hlevet, Jakez hanter divadaouet :
— Piou hoc’h-hu ? » emezan gant eur vouez truezus,
—Rouanez ar vizer, eur vaouez galloudus ;
Al labour ’zo treac’h d’in, hag ar vertuz ive ;
Mes evit eur mesvier hag eun den didalve,
A stlejan diloüs ermeaz o ziegez,
Ha war o zammig meubl e ran gwerzidigez ;
Evelse, va c’homper, kerz el leac’h ma kari :
Evit ama pelloc’h eun nozvez ne gouski. »
Kerkent e taol he dourn war ar vugaligou,
Hag e trok o dilhad oc’h tammou koz truilhou.
O roi neuze taol troad d’an eil goude egile,
E poulz war an treujou tad, mamm ha bugale.



Mar bezit visius, mesvier pe didalvez,
Ho pezo d’ar vizer leac’h da deuler evez,
Mes bezit labourer, reizet ha vertuzus,
Ha c’houi vezo laouen, divorc’het hag eürus.


ROLL
Rakprenerien
ar Pevare Levr Marvailhou


————


Mme
DELAPORTE, Louis, Châteauneuf-du-Faou 
 1
Mlles
De BOISANGER, Kerdaoulas. Landerneau 
 2
CADORET, Philomène, Bonen, par Rostrenen 
 1
CHARRAN, Louise, Kermaria-Sulard (C.-du-N.). 
 1
CORRE, Françoise, Landivisiau. 
 1
DUMARNAY, Louise, pl. St Corentin, Quimper 
 2
FRANCÈS. Françoise, Kernilis, par Lesneven 
 1
LUCAS, Marie, Run Rioun, Plouaret 
 1
POULIQUEN, Jeanne, près la Gare, Landerneau 
 1
10 
QUÉLENNEC, Marie-Yvonne, Landivisiau 
 1
11 
Le ROUX, Alexandrine, Lanarvily, Lesneven 
 1
12 
De VOLZ, villa Kermorbraz, Quiberon 
 1
MM.
13 
ABGRALL, vicaire, Plounéour-Trez 
 2
14 
ABGRALL, abbé, pens. St-Joseph, Landivisiau 
 1
15 
BELLEC, Léon, Croix-Courte, Pleyber-Christ 
 1
16 
BOUSSARD, Alain, Keridreux, Argol (Finis.) 
 1
17 
Le BEC, Yves, Roscornaou, Poullaouën 
 1
18 
Le BERRE, vicaire, Landivisiau 
 1
19 
Le BOULC’H, vicaire à Lanvéoc 
 2
20 
BOCHER, Auguste (Ar Yeodet). Saint-Brieuc 
 1
21 
Le BER, Guillaume, débitant, Landivisiau 
 1
22 
BOTREL, Théodore, chansonnier, Pont-Aven 
 1
23 
Le BARS, Goulven, St-Thonan, Landerneau 
 1
24 
COROLLER (Gweltaz), Moncontour 
 1
25 
CORRE, Joseph, instituteur libre, Landivisiau 
 1
26 
CAPITAINE, Alain, Coatsquirriou, Quéménéven 
 1
27 
CADIOU, Yves, sacristain à Congrier (Mayenne) 
 1
28 
CABIOC’H, Charles, débitant, Roscoff 
 1
29 
Le CERTEN, J. L., Combrit par Pont-l’Abbé 
 1
30 
CLERGE de Roscoff 
 2
31 
Le CLERC, (Kloareg-Ar-Wern), prof., Guingamp 
 1
32 
De CARNÉ. (Barz an Arvor), Villa d’Arvor, Paris 
 1
33 
COQUET, vicaire, Landivisiau 
 1
34 
CANSOT, Joseph, Peumerit-Quintin 
 1
35 
CAUREL, Joseph, instituteur libre, Landivisiau 
 1
36 
DERRIEN, libraire, 52, rue de Siam, Brest 
 12
37 
Le DIBERDER, Yves, rue Duguay-Trouin, Lorient 
 2
38 
EVEN, Francis (Karevro) Tréguier 
 5
39 
ERNAULT, E., prof. Faculté de Poitiers 
 1
40 
FRANCÈS, Joseph, cons. municipal, Lesneven 
 1
41 
FERTIL, Guillaume, Lanfrank Vihan 
 1
42 
De la GUICHARDIÈRE, Henry, Quévert par Dinan 
 1
43 
Le GONIDEC, vicaire, Plounévez-Moédec 
 1
44 
Le GOFF, vicaire, Guimaèe par Lanmeur 
 1
45 
GUÉDON, Pierre, Kertreaz-Gwenn, Concarneau 
 1
46 
Le GOFF, Yves, bourg de Pleyben 
 1
47 
Le GOFFIC, Charles, 24, rue Beaunier, Paris 
 1
48 
GUYOMARC’H, Théophile, négociant, Berrien 
 1
49 
GESTIN, instituteur libre, Saint-Joseph, Brest 
 1
50 
GUIVARC’H, Pierre, rue de Landerneau, Land. 
 1
51 
GODEST, Gustave, marin de commerce, Hâvre 
 1
52 
GOURIOU (abbé) instituteur à Crozon 
 1
53 
Le GALL, dir. pens. N.-D., Kérinou-Lambézellec 
 3
54 
GODEST, Julien, Callac-de-Bretagne 
 1
55 
HAKIM, E. Ker-Annik, Brignogan (Finistère) 
 1
56 
HAVARD, JONES, Soham (Angleterre) 
 1
57 
Le HUEROU-KERIZEL, Plounérin (C.-du-N.) 
 1
58 
HAMON, Louis, négociant en vins, Landivisiau 
 2
59 
D’ HERBAIS, Kervoasdoue par Lanvollon 
 1
60 
JAFFRENNOU (Taldir) dir. d’Ar Bobl, Carhaix 
 5
61 
JOURAND, recteur de Rospez par Lannion 
 1
62 
JESTIN, François, Penn-ar-Wern, en Coatméal 
 1
63 
JAOUEN. Fçois, chât. de Lesquiffiou, Pleyber 
 1
64 
De KERANFLEC’H, G., Milizac par Saint-Renan 
 1
65 
KERMARREC, François, Pellan, Ploudaniel 
 1
66 
KERVELLA, recteur, Guiclan (Finistère) 
 2
67 
De KERMÉNÉ, Ronan, Laurenan (Côtes-du-Nord) 
 1
68 
KERBRAT, Jérome, Pennavern, Irvillac 
 1
69 
LICHOU, recteur de Santec par Roscoff 
 1
70 
De LAIGUE, château de Bahurel par Redon 
 1
71 
LOYANT, Job, 7, rue de Breil, Nantes 
 1
72 
LUCAS, Georges, 69, rue de l’Hôpital, Lorient 
 1
73 
Le LEC, vicaire, Plouzévédé 
 1
74 
LANNUZEL, Biel, Office Central, Landerneau 
 3
75 
MAZE (abbé) dir. du pens., Landivisiau 
 1
76 
MAOUT (abbé), vicaire à Gouesnou 
 1
77 
MOËME, Auguste, dir. d’éc. lib. St-Thégonnec 
 5
78 
MOCAER, Pierre, au Pays Breton, Lorient 
 1
79 
MASSON, E., professeur au lycée de Pontivy 
 1
80 
Le MAY (Méliaf) recteur de Saint-Aignan 
 2
81 
Le MOAL, Y. Coadout, par Guingamp 
 1
82 
MELLAC, André, dir. du Pays Breton, Lorient 
 1
83 
Le MASSON. André, Laval Rapides, P. Q. Canada 
 1
84 
PAUGAM, Jean-Yves, inst. libre, Lorient 
 1
85 
PALLIER, vicaire, Ile de Sein, par Audierne 
 1
86 
PALLIER J.-B., recteur, Kernouès, Lesneven 
 1
87 
PERROT, vicaire, St-Vougay par Plouzévédé 
 12
88 
PRIGENT, vicaire, Plouescat 
 1
89 
Le PAGE, vicaire, Cavan (Côtes-du-Nord) 
 1
90 
POULIQUEN, vicaire, Plabennec 
 2
91 
PICQUENARD, Ch,, adjoint au maire, Quimper 
 1
92 
RIOU, J.-M., Star City. Saskatchewan (Canada) 
 1
93 
Le RUMEUR (Mathaliz) Azay-le-Rideau (I-et-L.) 
 1
94 
Le ROUX, René, 88, bd Latour-Maubourg, Paris 
 1
95 
RIOU, A. Aumônier des Bretons, Le Hâvre 
 1
96 
RAGUÉNES, François, Keromnès, Milizac 
 1
97 
Le ROUX, Pierre, professeur de celtique, Rennes 
 1
98 
ROUÉ, instituteur, Kerniliz par Lesneven 
 1
99 
SÉGALEN, recteur de Mespaul, St-Pol-de Léon 
 6
100 
SEGONDAT, général, Keranden, Landerneau 
 1
101 
SALAUN, libraire, 7, rue St-François, Quimper 
 24
102 
TILLENON, François, Prat-Ledan, Saint-Thonan 
 1
103 
TILLENON, Yves id. 
 1
104 
VALLÉE, Kroaz ar Vretoned Saint-Brieuc, 
 3
105 
VALLÉE, Olivier, papeteries, Belle-Isle 
 1
106 
VÉRINE, Louis, rue Saint-Guénal, Landivisiau 
 1


Madoberourien
al levr-man


————

Setu aman hanoiou an dud vat o deus bet ar vadelez da rei harp da skeudenni al levr :

An Aot. J.-M. PERROT, en deus roet skeudennou Feiz ha Breiz.
An Aot. J. HAINAUT, eus Skol-Veur an Ijinou-kaer, en deus linennet ar skeudennou-all.
An Aot. BOTREL, en deus paeet klicheda 3 skeuden.
An Aot. JAFFRENNOU, en deus paeet klicheda 3 skeuden.
An Aot. Kont de MUN, en deus roet 10 lur evit sikour paea klicheda skeudennou.
An demezel Nathalie de VOLZ 
 10 lur
An Aot. COROLLER 
 20 real
An Aot. de CARNÉ 
 20 real
AN Aot. Chaloni GUITTÉREL 
 10 lur
An Aot. Abad LE CLERC 
 20 real
An Aot. VALLÉE 
 10 lur
An Aot. FRANCÈS, eus Lesneven 
 10 lur
An Aot. F. EVEN 
 2 skoed
An Aot. SEGALEN, Person Mespaol 
 8 lur



Trugare d’ezo, en hano Doue ha Breiz !
Klaoda ’r Prat


Taolen


————


 104
 118
 151
Taolen 
 254

  1. Gwelit Kilhog Sant-Per e Nosveziou an Arvor, p. 26.
  2. Alphabet breton.
  3. Orphelin.
  4. Le plus rapproché.
  5. Humide.
  6. Skrivet gant Yann ar Floc’h (Notenn gant Wikimammenn)
  7. Er bloaz 1827.
  8. Ganet e Guémené (Morbihan) er bloaz 1796, maro war vor, er bloaz 1827.
  9. Ganet en Enez-Vaz, ha marvet eno ive d’an 3 a viz even 1862. d’an oad a 84 vloaz. An Tremintin-ze a yoa eun tonton-koz da Ber Tremintin a zo brema mear Plouescat ha kuzulier jeneral.

    (Klaoda).

  10. Skrivet gant Jos-Pêr ar Braz (Notenn gant Wikimammenn)
  11. Skrivet gant Jos-Pêr ar Braz (Notenn gant ’’Wikimammenn’’)
  12. Skrivet gant Mab ar Bae (Alan Mari Drezen). Notenn gant Wikimammenn.
  13. Paul Féval, kredi a ran. (Klaoda).
  14. Embannet a-raok e-barzh La Croix des Côtes-du-Nord ar 01/03/1896. Sinet Herminik.
    (kan.bzh)
    E-barzh Envorennou eur Brezonegour, gant F. Vallée, e lenner, p.32 :
    "Herminig, eur vestrez-skol, n’em eus ket anavezet nemet dre hec’h oberou. Skriva a reas eur gontadenn, Steredenn, heg a blijas kalz d’ar lennerien. Moulet e voe war baperennou distag ha rôet pe werzet war-dro ugent mil anezo." (IDBE)
    (Notenn ganr Wikimammenn).
  15. Gouzout a reer hizio ez oa karget an Drouized da varn ha da gastiza an dorfetourien. Kredi a reer ne lakaent ket o-unan d’ar maro ; mes bez o doa bourrevien karget da ober al labour-ze.
  16. Skrivet gant Jos-Pêr ar Braz. Embannet a-raok e-barzh Hekleo Penn ar Bed e Gwengolo 1910. (Notenn gant Wikimamenn).
  17. Ar relijion protestant, savet gant Luther.
  18. Mankout a ra e taolenn al levr (Notenn gant Wikimammenn)