Y. M. G.




KANAOUENNO


= EN YEZ TREGER =




        





SANT-BRIEG
Moulerez Sant-Gwilherm, Bali Charner

1909






KANAOUENNO EN YEZ TREGER








Nihil obstat

Brioci, die 11a Decembris 1908

Y M. LE PENNEC

Censor ex-offic.


IMPRIMATUR

Brioci, die 12a Decembris 1908

  JULIUS-LAURENTIUS

Episc. Briocen. et Trécoren.



————


        



KANAOUENNO


= EN YEZ TREGER =






SANT-BRIEG
Ti-Moulerez Sant-Gwilherm, Bali Charner

1909


EUR GIR AROK
————

Ar c’hanaouenno a lenfer el levrig-man a zo bet, an darn vuian anê, moulet en Kroaz ar Vretoned. O dastumet em eus, ha advoulet int bet ewit ober plijadur d’am mignoned o deus goulennet ze diganin, mes dreist-oll ewit gallout lakât etre daouarn ma chenvroïz eur levrig skrivet en yez Treger, herve an doare skrivan divizet a newe zo, ha sikour nep hen lenno da garout muioc’h Doue, da ’n em stagan ouz e vro goant, ha da danva gwelloc’h al levenez a gaver o len pe o kanan sonio ha gwerzio skrivet en hon yez dispar.

Al loden vrasan eus ar c’hanaouenno-man a zo bet ’gret e-pad ma adsaven eus daou var-klenved. Nep n’ an eus ket ankouaet skrido ken koant an Tremener, marvet re abred, siouaz ! a gavo kalz a henveledigez etre hon sonio. Eveltan em eus klasket dalc’hmad frealzi ar c’halono glac’haret, kuzuilhan ar yaouankiz, ha kanan kaerder ma bro Breiz-Izel !

Al-levrig man nê ket gret ewit bean lennet en iliz, daoust ma zo ennan meur a gantik hag a beden, mes en korn an oaled, goude koan, arôk ar pedenno.

Gret eo c’hoaz ewit bean kanet dre ar parkeier, e-pad an hanv, ewit sikour ar re a dremen o bue war ar maez da vean muioc’h laouen, ha da didui o amzer, nan gant kanio dizoue ha fall evel ma klewer re, siouaz, en amzer a ren, mes gant sonio ha nan hallont blonsa kalon ebet.

Kê ’ta, levrig bihan, dre bewar c’horn ar vro lec’h ma chom ar Brezhoneg !

Ra gavi lojeiz ha karante e pep ti, dreist-oll dindan an toenno-plouz, ha ra zeui da hadan en kalon hag en spered ma chenvroïz levenez, furnez, frealzidigez ha karante :

Karante Doue,
Karante ewit Breiz
Ha karante ewit he yez.


Gwengamp, an 4 a viz Kerdu 1908

Y.-M. G.


————


Breiz-Izel
————



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \autoBeamOff
    \override Rest #'style = #'classical
    \key f \major
    \time 6/8
    \partial 8*3
    c8 f a c4. a8 g f | \break
    a4. a8 g c, | g'4. a8 g c, | f4. f8 a d | \break
    c4. a8 g f | a4. a8 g c, | \break
    g'4. a8 g c, | f4. r4 r8 \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Gant ar mor glas e -- vel gou --
    riz, Na kaer ec’h eo hon Mam -- Vro Breiz! Bro ar gwe
    derw, ar vein ka -- let, Bro an tou --
    rio dan -- te -- le -- zet!
  }
  \layout {
    line-width = #125
    ragged-last = ##t
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


Gant ar mor glas evel gouriz,
Na kaer ec’h eo hon Mam-Vro Breiz !
Bro ar gwe derw, ar vein kalet,
Bro an tourio dantelezet !

Bro ’lec’h a zo traouienno glas,
Tosenno koant ha koajo bras,
Brug, lan-melen el lanneier,
Ha gwiniz kaer er parkeier !

Milino koz ’hed ar sterio,
En o c’hichen dalc’hmad skluzio,
Dour o trouzal, ’vel kounnaret,
Da vont’n e hent pa ve harzet !


Gwenojenno ha hencho don,
’Lec’h alïes e red gedon,
Kleunio uhel ’tre ar parko,
’Lech kan an evn war ar branko !

O kas o zaout war ar maezio,
Pôtred vihan gant o sonio,
Sonio ken koant ma ve laret
Eo gant Ele ’vent richanet !

Mouez an hekleo ’barz an draouien
O tisrevel ar ganerien,
Ha mouez ar c’hi a renk harzal
An disteran ma klew trouzal !

Met deut breman da dal ar mor,
Eus an Argoad deut d’an Arvor,
Ewit gwelet ar gwagenno
O’n em zrailhan war hon aocho !

Neblec’h ar mor na sko ken gwaz,
Neblec’h muioc’h ne c’hoari vaz ;
Labour ’nevo c’hoaz da beilhet,
Roc’h Breiz-Izel a zo kalet !

Gant ar roc’h ze eo e savet
Hon zourio koant dantelezet,
Tourio uhel ’vel bizïed,
’Trezek an Env dalc’hmad troet !

Stank e kaver en Breiz Izel
Kroaz-venerez, iliz, chapel !

Labour ar fe, fe hon zado,
’Deus gret kement a vurzudo !

Dre oll, ouz krap an tosenno,
Pe guzet ’kreiz an traouienno,
Eun iliz vrao pe eur maner
’Didu lagad an tremener !

Diouz ar beure ha da zerr noz,
’Hedan draouien hag ’us d’ar roz,
’Klewer o son an anjeluz,
O hirvoudi ar glaz klemmus !

Ha d’ar zulio, mouez ar c’hleier,
Joausoc’h kalz o vont dre ’n er,
Evel douget gant an awel,
’C’halw d’o iliz tud Breiz-Izel.

’Met eun dra c’hoaz glewer en Breiz,
War ribl ar mor koulz ha ’n he c’hreiz ;
Breiz ’deus eur yez, ar brezoneg,
« Yez an dud vat ha kalonek ! »

Eur yez dispar ’halfe bean,
O ya! mam-gunv da nebeutan,
Mam-gunv da yez ar C’hallaoued,
Ha da galz c’hoaz komzet er bed !

O Bretoned, karet ho pro ;
Miret erfad, ha wareun dro,
Ho kizio koz, ho yez, ho fe,
Bet gwir-Vreiziz, en han’ Doue.


Dihun Breiz-Izel !
————



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \autoBeamOff
    \override Rest #'style = #'classical
    \key g \major
    \time 2/4
    g'4 g8 g | g4. d8 | g[ a] b[ a] | \break
    g4 r8 g | c4 c | b4. b8 | a4 a | a r | \break
    d d8 b | g4 g | c8.[ d16] c8.[ b16] | a4 r | \break
    g8[ b] a g | fis4 g8.[ a16] | b4 a | g4 r \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Pell ’zo a -- walc’h, Bro -- ïz ka --
    ret, Gant Gal -- la -- oued ec’h omp gwas -- ket!
    Sa -- vomp hon gir, sa -- vomp hon fen,
    Be -- zomp Brei -- ziz da vir -- vi -- ken!
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
    ragged-last = ##t
  }
  \midi {
  \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
    }
  }
}
\header { tagline = ##f }


Pell-zo awalc’h, Broïz karet,
Gant Gallaoued ec’h omp gwastet !
Savomp hon gir, savomp hon fen,
Bezomp Breiziz da virviken !

E-pad niver a gant-vlaio,
E oe digabestr Breiz hon bro !
Evurusted, pinvidigez,
’Rene enni gant santelez !

Rak d’ar choulz-ze, war douar Breiz,
E tiwanas dre-oll, a leiz,
Ilizo koant, tourio uhel,
’Vel nan eus ’met en Breiz-Izel !

Ilizo koant, tourio uhel,
Ha war ar maez eur bern kestel ;

War ribl ar mor, er c’hroaz-hencho,
Fe hon zud koz ’zave kroajo !

Ha gant petra ar Vretoned.
’Stlabeas dre o bro garet
Burzudo a zisfi herie
Neb a glaskfe ober ’velte ?

Eun dra hepken ’re d’hon zado
Ober, evel ma rent, burzudo :
Karout a rent, ha war eun dro,
Doue, ar Werc’hez hag o bro !

Staget ouz Franz, hon bro garet
He deus bepret d’ezi roet
Mado a vern, hag, en tu-hont,
Hep ’n em glem, bugale sof-kont !

En gwirione, ha n’eo ket Dreiz
A ra d’ar Franz, bep bla, a-leiz,
Martoloded ha soudarded,
’Vel dre ar bed na gaver ket ?

En gwazïo he bugale,
E ve gwad yac’h, ’n o chreiz ’ve fe ;
Ze ’zo kiriek, pa ve brezel,
E vent dispont betek mervel !

Ha Franz, ziouaz ! glask en distro
Mougan ar fe ’n hon c’halono !
Biken !… Broïz, bezomp bepret,
’Vel hon zud koz, penno kalet !

Ha difennomp, holl unanet,
Enep d’ar fall, d’ar C’hallaoued,
Hon yez, hon Fe, gant Franz mac’het ;
Diskouezomp ’omp gwir Vretoned !


Hag a vouez krenv, lavaromp c’hoaz,
En eur franwal hon fenno-baz :
Da Vreiz-Izel ’fell Liberte,
Liberte bugale Doue !

————


AR GROAZ EN BREIZ !
————


Ton : Kastibelza


Perak, eta, a zo kement a groajo
En Breiz-Izel ?
Er c’hroaz-hencho koulz evel er berrejo,
War an uhel,
En traouienno, e-kreiz ar c’hoajo kuzet,
Dre-oll ’kaver
War douar Breiz, evel an derw gwriennet,
Kroaz hon Zalver ! (Diouvech)

Ar fe gristen, e pad kalz a gantvejo,
He deus savet
En Breiz-Izel, dre-oll, kement a groajo
Ewit laret :
Ar Vretoned, gant kalvario, ’deus skrivet,
Dre o bro gaer,
Pegement ’deus, hag a rum-da-rum, karet
Kroaz hon Zalver !

Ar garante hag an anaoudegez-vat
O deus laket,
En amzer-goz, na ouve den ped Breizad,
Breman ankouêt,
Da gempenni, tost d’o zi pe d’eur chapel
Tost deur maner,
An dra gaeran ’hallent kât dirak o zel :
Kroaz hon Zalver !


A-wecho-all, ’krec’h eur c’hra, war an dosen.
’Tal eur groaz-vin,
E ve gwelet perc’herined a vanden,
War o daoulin ;
En dro d’ar groaz, Kroaz ar Zalud, pa welont
An iliz kaer
’Lec’h ’ve ’r pardon ; mont-dont, holl e saludont
Kroaz hon Zalver !

Nag a groaz c’hoaz a weler war ar c’hleunio,
En du liwet !
’Wit digas sonj peurvuan eus gwaleurio
Bet c’hoarveet !
Er lec’hio-ze e ve marvet kristenien
E lakeer,
E koun anê, ’wit kât d’o ine peden,
Kroaz hon Zalver !

Stank a dra-zur, ha start da-vat, war eun dro
Ar groaz en Breiz !
Hen diframan a glasker, e barz hon bro,
Dimeus hon c’hreiz !
Na lezomp ketober ze ! Ze ’ve pec’hed !
Bretoned ker,
’Vel hon zud koz, dreist pep tra, karomp bepret
Kroaz hon Zalver !

Karomp ar groaz, ha c’houi, Bretoned kristen,
Pôtred, merc’hed,
Douget anei war ho kalon, ’n ho kerc’hen,
Hep mez ebet !
Karout ar groaz ! Ze a dalveo d’ec’h kât
Maro evruz !
O kaerat tra ! gallout mervel ’n eur bokat
Da groaz Jezuz !


BLEUN HA BLEUN
————


Ton : Laudate Mariam


Ma tispak en hon Breiz
Bleun dispar, hag a-leiz,
Ha n’eus ket, ’n o c’hichen,
Kalono c’hoaz kristen ?


Deut an newe amzer, var douar hon bro,
Nag a vleun a ziwan, dre-oll, war eun dro !

Bleun koant o tispaskan o fen ’kreiz an de,
Hag o steredenni betek noz goude.

Bleun dister da welet, kuzet an draouien,
A ro, d’an tremener, c’houez-vat o helen.

Bleun gwen a guntuilher, pa ve deut miz mae,
’Wit kempen d’ar Werc’hez eun tron en tïe !

Bleun hag a ro ive dorn ar garante
’Wit laret d’eur mignon : Bez sonj diouzin me !

Bleun seder ’hed an dour, ’kreiz ar prajeier,
Diskaret didrue p’aru ar falc’her !

Bleun hadet niverus gant Doue en Breiz,
Skeuden an ineo, gwir fe en o c’hreiz !

Heol ar Relijion ’ra diwan bopret,
En tiegezo Breiz, bleun dispar meurbet !

Tado, mammo kristen, aketus bemde,
Da viret pen-da-ben lezenno Doue !

Ineo a blij d’ê chom dalc’hmad kuzet,
A vew evel Ele, pell diouz trouz ar bed !

Tud yaouank ’n o c’halon ar vertu dispar,
Kaeroc’h kalz ’wit ar bleun ’dispak an douar !


Ineo dibabet ’wit ’n em rei, eun de,
En-kreiz o yaouankiz, a grenn da Zoue !

En o c’hichen re-all a heuilh ar roujo
’Lec’h o deve kerzet, ’n o rôk, o zado !

En-kreiz o yaouankiz, ineo daro,
Diskaret didrue gant falc’h ar maro !

O Breiz, o bro garet, chom c’hoaz an douar
’Lech e tiwano kalz, kalz a vleun dispar.

’Lec’h e c’hallo an den dibab, ’n eur dremen,
Bleun koant, c’houez-vat gante ha gant o helen,

Elec’h ’c’hallo Doue, ewit e Iliz,
Dibab kalono aour chomet stank en Breiz.


————


Levenez Ha Glac’har
————

\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \autoBeamOff
    \override Rest #'style = #'classical
    \key f \major
    \time 2/4
    a'8. bes16 c8. a16 | bes4 g | a f | \break
    a8. bes16 c8. a16 | bes4 g | f2 \bar ":|." f8. g16 a8. bes16 | \break
    c4 d | d c | c8. bes16 a8. c16 | bes4 a | g2 | \break
    a8. bes16 c8. a16 | bes4 g | a f | a8. bes16 c8. a16 | \break
    bes4 g | f2 \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    O! na kaer e oa an de -- wez
    Ma oant daou di -- rak Dou -- e An he -- ol a
    oa lu -- ger -- nus, An ev -- ned a ri -- cha -- ne,
    Dae -- ro, koulz ha doa -- nio ne -- c’hus, A oa pell -- pell
    a -- c’ha -- ne!
  }
  \addlyrics {
  E -- wit kât, er Bri -- e -- de -- lez,
  Ar c’hras a skoulm diou vu -- e!
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
    ragged-last = ##t
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


O ! na kaer e oa an dewez
Ma oant daou dirak Doue
Ewit kât, er Briedelez,
Ar c’hras a skoulm diou Tue !
An heol a oa lugernus,
An evned a richane,
Daero, koulz ha doanio nec’hus,
A oa pell-pell ac’hane.


Evurus oa an tiegez,
Kordan ’re ar c’halono,
Pa c’halvas ar wreg, eun dewez,
He fried dre e hano :
Daou ine, emei, ’zo breman
Em c’hreiz ewit da garout.
— Me boanio muioc’h, ’me heman,
Ewitan hag ewidout !

Kleier ar barouz, ’n o zour koant,
’Oe klewet nebeut goude,
O vrallan ’wit eur vadeiant,
Eur zulvez d’an abarde ;
Kalon ar g’rent a dridas....
Koulskoude ar paour kez tad
’Oa dambrest da lezel, siouaz,
E vugelig emzivad ! !

Ton : D’ar gwad pur a skuilh hon Zalver


Dre an hent o devoa pleustret,
O c’halon karget a joa,
Pa zistroent, de o eured,
Eus an iliz, eur bla ’oa,
An intanvez paour, mantellet,
A heuilhas, en eur ouelan,
Korf maro he fried karet,
Douget d’e ve diwezan.

Brevet he c’halon gant glac’har,
Mes soutenet gant he fe,
An intanvez paour dilavar
’Zo ’n he za e-tal ar be.
Skuilh a ra a-us d’an arched
Dour binniget ha daero....
Kenavo, emei, ma fried,
Kenavo, ken an Nenvo !


Distro d’ar ger, an intanvez
Ac’h a didrous da welet
Ar bugel maget gant he laez,
En e gavelig kousket.
Ouz e dal ’stok he muzelio ;
Ar bugel a zihun kren ;
’Wit ar wech kentan ’n e zello
Ar vam wel eur c’hoarzaden !…

————


AN EVRUSTED
————


Petra a ra d’an den c’houezan,
Poanian dalc’hmad, c’hoarzin, gouelan ?
Eun draïg hepken : klask bepret,
Hep hen kavout, an evrusted.

Ya, keit ma pad ar veaj ver,
’Ra aman an den tremener,
E klask eun dra diflip dalc’hmad,
Ouz eun evn-goue henvel da vad.

Pa gav d’ean ’ve deut a-ben,
Gant kalz a boan, d’hen diarben,
An evnig goue, siouaz, ’ve pell,
Pell diouz e zorn, pell diouz e zell.

Gwelet ’ra ’nean o nijal
Diwar eur boud war enr boud all,
Eus eur ween e touez ar spern,
’Lec’h ’ve kuzet piko a vern.

’Lec’h hen tapout, alïes bras,
Eur pik a doul e zorn, siouaz !
Nag a dorn, nag a droad blonset,
O klask tapout an evrusted !


Tra zouezus eus evrusted
Kalon pep den he deus sec’hed,
’Mes biskoaz c’hoaz kalon n’eus bet
A levenez gwirion leuniet.

Ar pec’hed ’zo kiriek da ze,
Setu perak pep den a dle
Diwall dioutan. An evrusan
Eo an hini ’goue ket ennan !

————


AR BEURE
————


Al lapoused war ar boudo,
’N eur darnijal, a gan sonio,
Lagad an heol, ’us d’an dosen
A skuilh a leiz a sklerijen.

Klevet a rer ar c’hloc’h sklintin
O son an anjeluz mintin ;
Deut eo ar c’houlz, ine kristen,
Da gas da Zoue ho peden !

War yeot ar prad ’barz an draouien
Ar gliz beure a stereden ;
Ar bleun tener a grog ive
Da digeri, e pen an de.

Ar verienen, en eur hastan,
Na chom tam ’bet da varc’hatan,
A dreuz founnus ar wenojen,
Ewit furchal ’barz ar c’hlazen.

Pep tra a zeblant kât bue
’Wit gallout senti ouz Doue ;
Kaerat kentel ewit an den,
Laket war an holl dreo da ren !


O den, digor ’ta da galon,
Ha lar gant karante wirion :
D’ec’h, ma Doue, e kinnigan
Levenez ha poan an de-man !

An evnig a gav, hep muzur,
Taken dour koulz ha magadur ;
Roet d’in ive, ma Doue,
Dreist-oll, magadur an ine.

Ha c’houi, Gwerc’hez, lilien bur,
Pellêt diouzin pep kailhadur ;
Ma miret e-pad an de-man,
Ha binniget ar re ’garan.


————


Anjeluz-noz al labourer
————


Laret e ve, ouz hen gwelet,
E ve an heol skuiz ha yostet ;
Seblanti ’ra en em luian
’Barz ar branko, er c’hoad nesan.

An evnigo a richan c’hoaz
A-us d’an dour, a hed ar waz,
’Met holl emaint tost-tost d’al lec’h
Ma kludfont ’pad an noz, dinec’h.

Gant e loened, ar mesaër
Ac’h a seder ’trezek ar ger ;
Strak e skourje, gwech-ha-gwechall,
’Ra d’an hekleo war-dro sklokal.

Al labourer en pen an erv,
E-harz ar c’hleun, warnan gwe derv,
A zidouar e vinwio
Gant raden zec’h ha gant delio.

E-pad an de en eus c’houezet,
Hag e gorf paour a zo brewet ;
Mes eus e di, e-touez ar gwe,
E sav moged ’trezek an ne !

Ha bremaïk pa ’n em gavo
’Kichen e wreg hag e dudo,
En do digoll eus e holl boan,
En eur zibri gante e goan.


Eun tammig ’zo, mouez ar c’hleier
A ve klewet o vont dre ’n er,
Mouez ar c’hleier bihan ha bras,
Er paroujo, o son ar glaz !

O mouezig skeltr, gant an awel
A zo douget ha kaset pell,
Ewit laret d’ar gristenien
D’an anaon paour rei eur beden.

An heol ’man ken ’touez ar branko,
Kouêt eo du hont ’barz an aocho ;
Eus lein an tour e koue ive
Nao dol ar c’hloc’h ’vel da greiz-de.

Al labourer ’lak e borpen,
Ha sin ar groaz en e gerc’hen,
Ha ’n eur gerzet ’trezek ar ger,
E teu gantan eur beden ver.

Peden an El, pa zaludas
Mari, Gwerc’hez, ha leun a c’hras,
E dog ’ne zorn war droad e bal,
An Anjeluz a lar rak-tal.

Ma koue e dreid pounner da-vat
War an hent bras, e zaoulagad,
E zaoulagad hag e spered
A zav ’trezek e Vam garet.

Mari neuze, ’m eus ar greden,
A zell ’trezek an den kristen,
Ha dimeus lein ar Baradoz
D’he zervijer ’ro he bennoz.

Bennoz Mari war eur c’hristen,
Ha war e dud holl, a vanden !
Kenvroïz ker, ’vel ho tud koz,
An Anjeluz laret bep noz !


MOUEZ AR C’HLEIER
————



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \autoBeamOff
    \key f \major
    \time 6/8
    \partial 8*3
    d8 f e d4. d8 f g | \break
    a4. d,8 f e | d4. d8 f g | a4. a8 bes a | \break
    g4. c8 d c | f,4. a8 bes a | d,[ f] a g[ e] f | \break
    d4._( d'4.) \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Los -- ket ho mouez, kle -- ier san --
    tel, Da vont se -- der gant an a -- wel, Eur bu -- ge --
    lig, traou ho tour koant, ’Neus ne -- we -- vet ar Va -- dei --
    ant!
  }
  \layout {
    line-width = #125
    ragged-last = ##t
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


Losket ho mouez, kleier santel,
Da vont seder gant an awel,
Eur bugelig, ’traou ho tour koant,
’N eus newe-vet ar Vadeiant !

Kaset d’ar vro ar c’helo mat,
En eur derc’hel da vranskellat ;
Ho mouez a ray tridal sur-mad
Kalon ar vam kouls kag an tad.

O levenez eur vam gristen,
Pa glew kleier o son laouen,

O son laouen ’n o zour uhel,
Pa ve badeet he bugel !


Met brallet c’hoaz, kleier santel,
Brallet da-vat, rak me a wel,
Me a wel kazel ouz kazel
Tud faro, d’ar bourk o sevel.

O c’halono a zo karget
A levenez, a evrusted ;
Sonet kleier, ha gant ho mouez
Kresket ar joa a ren ’n o zouez !

Ha bremaïk, pa vo skoulmet
An diou vue, dre an eured,
Gret c’hoaz kordan ho mouez sklintin
Gant son ar biniou lirzin !


Perak eta, kleier santel,
Ho klewan-me, a bell-da-bell,
O son tolio, tolio kiemmus,
’Vel o ouelan, ken truezus ?

Ha ! ma sonet gant levenez,
’Wit badeiant, priedelez,
Ho peus ive, pan e ve kaon,
Da hirvoudi ’wit an Anaon.

Beure ha noz, ho mouez lenvus,
Pa ve sonetan anjeluz,
A zigas sonj da dud ar vro
Eus ineo o zud varo.


Kleier santel, ma ve kât tud
Hag o deus choant e chomfac’h mut,
Ar Vretoned n’hallfont jamez
Chom hep klewet bepret ho mouez.

Chom hep klewet ho mouez sklintin,
O son d’an noz ha d’ar mintin,
O son pa ’ve badeiancho,
O son ive ’wit eurejo.

Dalc’het kleier, hon mignoned,
Da ganan pa vo evrusted,
Ha da ouelan pa vo kanvo ;
Kleier santel, chomet ’n hon bro !

————


AR GER
————


Ar ger ! o gir a laka da dridal
Ar c’halono c’hoaz kristen ha leal,
Ar c’halono a gar, en gwirione,
Ar vro e lec’h ’deve bet ar vue.

Pell-pell du hont, ar merdead breizad
A gav dudi pa zonj en ti e dad,
E bried hag e vignoned karet ;
Ar sonj-ze ’disten e boanio kalet.

Ar zoudard kez, divroet, ret d’ean
Doujan mestro a ve reut peurvuian,
Na gav kammed eur louzaouen henvel
Ouz an hini a ra sonj Breiz-Izel.

An divroad, ac’h a d’ar broio krec’h,
Red-mad d’ean gant labour e ziouvrec’h
Gonit bara, alïes a ’n em lar :
Pell diouz ar ger ’m eus ’met poan ha glac’har !


Hag an hini a renk, ewit bewan,
Pellât diouz ti ar re ’gar ar muian,
Gant levenez ’wel o tonl an devez
Ma c’hall, evrus, hadwelet e di kez.

Ar ger ez eo an ti ’lec’h ’ver ganet
Hag an iliz e-lec’h ’ver badeet,
Hag ar vered e-lec’h ’ve douaret
Ar gerent vat gwechal kement karet !

An hencho don ’ve bet darempredet,
Ar parko ’lec’h ’n eve an den c’houezet,
An traouienno hag ar c’hoajo tenval
’Lec’h ’n eve an den c’hoariet gwechall.

Ar ger ’widomp ez eo c’hoaz Breiz-Izel,
Gant ar mor bras o peilhat he rec’hel,
’He zourio koant ; he lanneier bleuniet ;
Neb n’he c’harfe, ’nefe kalon ebet !

Setu ar ger ’garomp a greiz kalon
Da c’hortoz mont d’ar ger veur, ker gwirion,
E-lec’h ’kavfomp evurusted dispar :
’Met dreist d’hon Breiz n’eus ket war an douar !

————


Eur Zoudard yaouank
marvet er Marok
————


Ton : Breudeur ni glem ho klemmo.


Pell pell diouz bro ha kerent,
Newe-deut er Marok,
Eur zoudard a renk kerkent
Senti ha mont arôk,

Mont da c’hedal, noz ha de,
Enebourien kilhen,
Enebourien didrue
A gaz ar Fransijen.


Kerzet a ra kalonek, pa glewer er pelder
Tenno fuzuilh o strakal e keit ha ma weler
Kezeg ar Varokaned, a ra d’ar poultr franwal,
O tont d’ar pewar-lamp-ru, warne tud o skrijal.

Eur pez kanol, hep dihan, drailh ar Varokaned
A renk trei kein ’despet d’ê, e-kreiz poultr ha moged ;
Mes eur zoudard a zo kouêt, eur zoudard yaouank c’hoaz,
An hini am eus hanvet, newe-aru, siouaz !


Koll a ra aleiz e wad,
Hep koll anaoudegez....
« Eur beleg wit kovesât ! »
A lar ar zoudard kez.
« Eur beleg, en han’ Doue,
« Arôk mervel aman !
« Eur beleg ’wit ma ine
« Ha dour, dour da evan ! »

N’eus beleg ebet war dro,
N’eo ken kont ’vel gwechall !
Ar zoudard ’pal ar maro
’Renko mont d’ar bed-all
Hep gallout kât absolven,
Hep gallout lavaret :
« Ma zad ! d’am mam ’zo kristen,
« Em hano, c’houi, skrivet ! »


Dambrest ar zoudard yaouank a zo dinerzet oll ;
Kaer ’zo stanka ar gouli, e wad a dalc’h da goll,
« Eur beleg, en han’ Doue !… ma mam !… dour, mar plij… dour ! »
Dour a zo da rei d’ean ; neus ket a govezour !


Pa weler o tont, du-hont, war eun aneval gwen,
Eun den a anaveer,… evurusat tremen !
Eur beleg dimeus ar Spagn, eur beleg katolik ;
Eman etal ar c’hlanvour a varvo bremaïk !

Rei ’ra d’ean absolven ha peden an nouen ;
Ar zoudard yaouank neuze a losk eur glemmaden,
Strafuilhet e zaoulagad, e lar arôk mervel :
« Mam ! Kenavo, kenavo ! Skrivet d’ei, tad santel ! »


————


Pok diwean eur bugel
da Vari Antoanet
————

\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \autoBeamOff
    \key f \major
    \time 9/8
    g'8 a bes c bes a g4. | g8 a bes c4 bes8 a4. | \break
    c8 bes a g16[ bes] a8 g f4. | c'8 bes16[ a] g8 bes4 a8 g4. \bar ":|."
  }
  \addlyrics {
    An Dis -- pac’h a zo o ren, ha Ma -- ri An -- toa -- net
    Ac’h a ’tre -- zek ar cha -- fod, ’wit be -- an di -- ben -- net!
  }
  \addlyrics {
    E -- kreiz ar bra -- san poa -- nio, ouz he fri -- ed hen -- vel,
    E vo rou -- a -- nez be -- pret, ha krenv be -- tek mer -- vel!
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


An Dispach a zo o ren, ha Mari Antoanet
Ac’h a ’trezek ar chafod, ’wit bean dibennet ;
E-kreiz ar brasan poanio, ouz he fried henvel,
E vo rouanez bepret, ha krenv betek mervel.

Dimeuz kreis an dimporel, ’lec’h ec’h e azeet,
En em wel, hi rouanez, gant an holl gwapeet.
He diouvrec’h a zo skoulmet, gwisket ec’h e en gwen ;
Mes da gât true outi nan eus ket eur c’hristen !

Distankan ’ra he daero, gouelan ’ra ’hed an hent,
Hent re hir, ’lec’h, evurus, ’tremene diagent ;
En he c’halon koulskoude, ewit he bourewien,
He bugale, ’wit ar Franz, ne dihan ar beden.


Eur vaouez gant he bugel a deuas da dremen ; [1]
O welet ar rouanez, ’lamp he c’halon kerkent ;
Sevel a ra he hugel gwellan ma hall d’an nec’h,
Ha derc’hel a ra nean, diwar hed he diouvrec’h.

Petra a c’hall eur bugel ? Heman, ha hep sonjal,
O welet ar rouanez, a c’hoarz outi raktal ;
Hag o kas e zorn bihan betek e vuzello,
E ro eur pok dizeblant da rouanez e vro.

Pok diwean eur bugel da Vari Antoanet,
Dar rouanez walleurus, ’rôk bean dibennet !
Pok diskennet eus an Nenv dare da zigeri,
Ha pok diwean ar Franz d’he rouanez Mari !

————


Bugale kollet o mam gante.
————


An evn hihanen e nez ’n eus ezom eus e vam,
Ma teu da homan c’houitan, da zibri ’nevo tam !
Ezom an eus anezi ewit diski nijal,
Hag ekeit ma vo yaouank, dalc’hmad ’wit hen diwal.

En kalon ar vam dreist oll, Doue an eus laket
Ar garante teneran hallfe an den kavet ;
Nan eus ket war an douar krenvoc’h ’wit ar chaden
A stag ouz he bugale kalon eur vam gristen.

Ha ma tremen gant e falc’h ar maro didrue,
Ma teu d’ar chaden dir ze bean troc’het eun de,
O, neuze, bezet true ouz ar vugaligo,
Ha tostaet ’n han’ Doue, da zec’han o daero !


Pa weler ’n hent ar vered, bugale ’dro d’ean,
Eun tad war lerc’h eun arched, o kerzet ’n eur ouelan,
Nan eus den na ve mantret, ha na larfe, zoken :
« Bugale gez, pebez koll ! Tad paour, pebez anken ! »

Ya, pebez koll, bugale, breman emzivaded ;
Ha pebez anken, tad paour, hoc’h-unan pener bed,
Hoc’h-unan, ’wit peurzevel ar re a zo chomet
War-lerc’h an hini ho poa aman kement karet !

Eur vam, d’ezi bugale, n’halfe ket he fouez aour
Kât kouls ha hi ’n o c’hichen, pe ’ve pinvik pe baour !
Eur vam na ve ket hadkât ! Eur wech ma ve maro
Bet true, n’eus forz piou oc’h, ouz he bugaligo !

En draouien man a c’hlac’har, e ve dies gervel
Eur boan hag a ve brasoc’h eget gwelet mervel ;
Dies ’ve gervel ive eur c’holl a ve henvel
Ouz an hini a c’hoarve pa varw mam ar bugel !

Ya, ma teu d’ean klewet douar yen ar vered
O kouean war an arched, arched e vam garet,
O neuze, en gwirione, daero a c’hall, sur-mad,
Kouean puilh ’hed e zioujod, dimeus e zaoulagad.

Ha ma ve chomet er ger bugalo yaouankoc’h,
Ewit ar re-ze, dreist-oll, ar c’holl a zo gwasoc’h !
Nan ! neus ket war an douar stad ebet hag a ve
Ken gwaz ha stad bugale kollet o mam gante !

Setu perak en Nenvo Doue a raio gloar
Da nep kristen an nevo, aman war an douar,
Karet ar vugale ze, klasket ober d’ê vad
Netra na dalve sikour ar paour kez emzivad !


An evn bihan en e nez ’n eus ezom eus e vam,
Ma teu da homan c’houitan, da zibri ’nevo tam ;
Ezom an eus anezi ewit diski nijal,
Hag, e-keit ma vo yaouank, dalc’hmad ’wit hen diwal !


————


Ewit de-ha-bla eur vam
————


D’he bugel


Pac’h a, a-dreuz d’an amzer dremenet,
Spered an den ’trezek kerent karet,
Kerent galvet gant Doue d’ar bed-all,
Na vad a ra er gerent-se sonjal !

Ma hall ar marv hon harz da vriatan
Korfo ar re-ze diskaret gantan,
N’hall ket troc’han chaden ar garante
A stag bepret hon c’halon oute !

Ha pa digoue de-ha-bla ar maro,
En eur lakat ’n hon daoulagad daero,
An dewez-ze a ra d’imp c’hoaz gwelet
Ar gerent vad hon deus, siouaz, kollet.

Hag hon daouarn war hon c’halon juntet,
Hon daoulagad ’trezek an Nenv troet,
E kavomp levenez en eur sonjal
En ine karet, breman er bed all.

Ya, hunvreal en ine tremenet,
Er c’homjo, hag er zello kizellet
’N hon c’halon, pa oa en par ar maro,
Ze ’denn esperanz da heul an daero.


De meurbet kri, pa welec’h o vervel
Ho mam dener, ken sod gant he bugel !
Re vat e oa, ’wit ’ve ket ’kreiz ar gloar
Ar vam ’garac’h kement war an douar !

————


PEDEN AR BUGEL
————


Juntet e zaouarn munut, daoulinet ’tal e vam,
Pa ve c’hoaz e galonig digailhar ha divlam,
Na kaer eo, ’n eun tiegez, gwelet ar bugelig
O pedi, beure ha noz, henvel ouz eun Elig !

Pa bed ar bugel bihan, e seblant d’in gwelet
E toul dor ar baradoz selaouerien pleget,
Ewit sellet talarek, ’trezek an ti kristen,
Lec’h e klewont eur breurig oc’h ober e beden.

Peden ar bugel bihan a zo nerzus meurbet,
Ha dreist-oll ’c’hall tenerât kalon Salver ar bed,
Rak pa oa war an douar Hen an eus lavaret :
« Lezet ar vugaligo da dont holl d’am c’havet. »

Ewit derc’hel stag ha-stag mailho ar chaden dir
A dle unani ar re ’de ’n em roet o gir,
Ar re o deve touet ’n em garout da viken,
N’eus ket evel ar beden ’ra ar bugel kristen.

Ha ’wit ma chomo ganec’h ar bugel bihan-ze,
C’hoaz ken gwak ha ken tener, roet d’ec’h gant Doue,
N’ankoueet ket, o mammo, pez a lar e-unan :
« Me eo an Hini ’ziwal ar vugale vihan ! »


Ewit ma c’hallo eun de stourm ouz ar fall, chom mat,
Pa ne vo ken ho pugel dirak ho taoulagad,
Gant ar laez ’roet dean, bihan, war ho parlen,
Gret d’ean, abred, abred, sunan ar fe gristen !

Na truezus eo doare ar bugel n’an eus ket
Ewit stuman e galon ha sturian e spered,
Eur vam hag eun tad kristen, ’n o c’hreiz doujanz Doue !
Eus ar bugelig paour-ze, o ! me am eus true

Ya, ma ve, siouaz, dizec’h geno an tad, ar vam,
Gant ine o bugale, ma na ve pleet tam,
Eus a belec’h e redo an dour a dle nerzan
Gwrio ar plant yaouank-ze : piou a deuy d’o magan ?

O kerent kristen a Vreiz, selaouet ma feden,
Ha gret bepred ho tever, ho tever pen-da ben ;
Ma ’peus bet, digant Doue, bugale da zevel,
Disket d’e abred pedi, bean fur ha santel !

Kentel ar beden ’zo kaer, re gaer ’wit ’ve roet
Nemet stouet d’an daoulin, hag an daouarn juntet ;
An evn bihan na disk ket darnijal e-unan,
’Wit ma pedo ho pugel, gantan kemeret poan.

Selaouet pez a lavar furnez koz Breiz-Izel :
« Liou an dour, liou ar skudel, liou an dud, liou bugel ! »
Ma fell d’ec’h, en ho kozni, kât eur vaz d’ho harpan,
Ra vo bepred, en ho ti, Doue er pen kantan.


————


FURNEZ KRISTEN
————


(D’ar yaouankiz.)


Bewan direbech er bed
Ken fall an de herie,
Miret bepred o c’hened
D’ar galon, d’an ine,
A zo tra dies meurbet
Anez bean gwell-grenv,
Ha kât nerz, nan eus ar bed,
Met kât nerz eus an Nenv !

Ar blijadur zo stignet
Dirak an den yaouank,
N’an eve ket c’hoaz gwelet
Na lousoni na fank,
Evel yeot flour eur c’hlazen,
Glas ha koant war c’horre,
Ha dindani, a vanden,
Prenved lous koulskoude.

Kinnigan a rer d’ean,
’Wit terri e zec’hed,
Evajo eus ar gwellan
Ha dudius meurbet !
’Met dioute ar vammen
’Zo bunumus bepret,
Ha kaer o deve tremen,
’Dorront ket ar zec’hed.


Dudius eo d’al lagad
Gwelet bleun dispaket ;
Met dindan ar bleun, dalc’hmad,
E ve piko kuzet.
Nag a daouarn bet blonset
O klask kuntuilh ar bleun,
Blonset gant piko kalet
Na hadont nemet keun !

Laret a rer ez eo ret
D’ar yaouankiz tremen
Pell-pell diouz ar boan-spered,
Dizoursi ha laouen.
Girio !… ’deu da herlinkat
Kalz re a galono,
Hag a laka da c’harmat
Mammo kouls ha tado.

Neuze ’ve kouls d’ec’h laret
Ez eo ret-mad ive
E vefe an den brewet
’Rok bean krenv goude ;
E tle, d’an newe-amzer,
An holl bleunio breinan
’Wit ’vo, d’an diskar-amzer,
Er gwe, freuz ar c’haeran.

Ze, ma c’hredet, n’eo ket gwir !…
Ma fell d’ec’h bean fur,
Dalc’het sonj mat eus ma gir,
A vo ’widoc’h eur stur,
A ray d’ec’h, ’lec’h c’houervente,
Kât eun tam levenez :
Tud yaouank, en han’ Doue,
Bet dalc’hmad war ewez !


Ya, bet dalc’hmad war ewez,
Ha maget ho kalon
Gant peden, hag alïes
Gret ar gomunion ;
Neuze, ’n hano hon Zalver,
Me ’lar ’po levenez,
Gwir levenez na gaver
Nemet ’barz ar
Furnez !

————


KARANTE
————


Alïes ’m eus bet klasket
Levenez em bue ; hen goullet em eus bet
Digant ar bleun, ar gwe, an dour, an evned ;
Ne larent gir ebet !

Ar bleun d’in a roe
Oc’houez-vat ; diskwel ’rent o liou koant ha brao-tre ;
’Met ar bleun, a hent-all, na reont netra ’bet.
Chom ’reont mut bepret !

Disheol ’m eus bet klasket
Dindan gwe ar c’hoajo, ’lec’h ’kane an evned ;
Kaer em mije selaou, gortoz hag hunvreal,
Netra ’re d’in tridal !

’Kichen ar wazig dour,
Sklaer ’vel lagad an aer, ’us d’ei yeot ha bleun flour
On bet ’n em astennet : andour a dremene
Hep laret man d’in-me !

Petra ’fell ’ta d’an den
Krouet ewit karout, ’keit ma ra e dremen
War an tam douar-man ?… Bean karet ive,
Ha gallout klewet ze !


Karout, bean karet,
Lodenni levenez, ha pa ver glac’haret,
Kât eur mignon a oar sec’han prim an daero,
Alïes ken c’houero.

Kât eur galon divlam,
Ewidoc’h tom ha mat evel kalon eur vam,
Eur galon hag a glask ’n em rei, ’n em rei bepret,
Hep skuizan tam ebet.

Eur galon nan hall ket
Chom hep rei testeni eo gwirion meurbet
Lavar hon zudo koz : kleuz e ve ar girio
Na heuilh ket obero ;

A ra pep tra neuze,
Ewit klask frealzi, pa ’deve digare,
An ine hag a gar evelti hec’h-unan,
Pe ’ve joa, pe ’ve poan !

An tenzor dispar-ze
’Eo kaeran tra ’zo, ha krenvan tra ive,
Aman war an douar : chaden na dorer ket,
Pa ve gant dir mat gret !


————


BUGALE DIZOUE !
————


Ton : Kloareg Rumengol pe Breudeur ni glew ho klemmo !


Girio spontus, kristenien :
Bugale dizoue !
Daou c’hir a yud, daou c’hir yen
Evel leou-doue !
D’ar vugale distroet
Diouz o Mestr, o C’hrouer,
Breman e welomp roet
An diaoul evel rener !

Evel ma lar hon Zalver,
Den n’hall senti ouz daou ;
Serviji daou vestr n’haller,
Ar gwir n’eo ket ar gaou ;
Neb n’eman ket gant Doue
A zo enep d’ean,
A gemer ewit roue
E enebour gwasan !

Hag en hon bro ar bugel,
Badeet koulskoude,
Hag henvel c’hoaz ouz eun El,
Na glewo, ’hed an de,
Nemet kentelio difont,
Evrus ma ne glew ket
Gewier, sotoni sof-kont,
’Wit hen koll dispaket.


Penôs eta, ma Doue,
E c’hallo ar bugel
Miret dinam e ine,
Chom fur ha chom santel ?
Ret-mad ec’h eo d’ar vleuen
Kavout tomder an heol ;
Ewit ma chomo kristen,
Reit Doue d’ar bugel !

Gwelet ho peus ’us d’an dour
Bleun koant, bleun bihan gwen ;
Chom a reont serz ha flour,
’Keit ’ve krenv ar vammen ;
Pa deu tom an amzerio,
Ne chomont ket flour pell.
Evel an dour d’ar bleunio,
’Fel Doue d’ar bugel !

Siouaz, ma ve mastaret
Kalon ar bugel-ze,
C’houi, e dud, bet glac’haret,
Ha lavaret neuze :
Ar mor a-bez n’ hallfe ket
Guialc’hi mat e galon ;
Re abred eo bet blonset,
Re don ’man ar poezon !


En han’ Doue, kristenien,
Miret ho pugale,
Mar deo ar skol digristen,
Bet kristen ’n ho tïe ;
En yez ho pro, yez dispar,
Gret d’ê karout Doue ;
Anez e vefont digar
Ouz o c’herent ive !


GIZIO KOZ, GIZIO NEVE
————


Ton : Ker Is


Bretoned vat, me am eus c’hoant
Da ganan d’ec’h eur zonig koant
War gizio koz hon c’hendado,
Re dilezet herie ’n o bro.

Gwechall, en Breiz, e oa ar c’hiz
Da diski mad ar c’hatekiz ;
Kordan a re, ha pen-da-ben,
An obero hag ar greden.

Herie an de eo deut ar c’hiz
Da gazout prim hent an iliz,
Lezen Doue, a-vec’h disket,
Abred, gant kalz a ve ankouêt.

Gwechall en Breiz ne vije ket,
Eur wech an heol et da gousket,
Merched yaouank dre en hencho
O tistrei eus an ebato.

Ar vam herie ’oar ken krozal,
Pa zeu he merc’h en noz tenval ;
Ha koulskoude, tolet pled-mat,
E ve kailhar ouz he dilhad.

Gwechall en Breiz, ar yaouankiz
A ’n em wiske herve ar c’hiz ;
Mestr ha mevel, war ar steuden,
Gave danve o zoleten.

Ha herie ’n de nag a dudo
A weler difetet ’n hon bro !

Dispign a rer hep damanti
’Wit klask an tu da ’n em benti.

Gwechall en Breiz, an dud yaouank
’Chome ’n o bro ! Ne oa ket stank
Ar re ac’h e d’ar broio-pel ;
Holl e vewent en Breiz-Izel.

Breman, siouaz ! e tilezont
Tad, mam ha bro, ha divergont
’Trezek Paris, hanv ha gouanv,
E tiredont evel chas-klanv.

Gwechall en Breiz, n’ouvean ket
’Zo bet unan bennak marvet
Na gant an naon, na dilezet ;
He holl dud Breiz he deus maget.

Ha koulskoude er c’herio bras
Kalz a Vreiziz a varw, siouaz !
Dizorc’hennet eus a bep tu,
Paour ha debret gant an astu.

Gwechall en Breiz pep tiegez
A ’n em blije, ha bep nozvez,
O klewet len bue ar zent ;
Perak ’rer ken ’vel diagent ?

Diouz an noz koulz ha d’ar mintin,
Ar pedenno war an daoulin !
Doue dalc’hmad er pen kentan !
Perak ne zonjer ken Ennan ?

Gwechall en Breiz, a rum da rum,
Ar Vretoned ’devoa kustum
Da vont laouen d’an ofiso,
D’an oferen, d’ar gouspero.


’Kichen herie ar yaouankiz,
Kazet ganti hent an iliz,
Na glask, siouaz, ’met ebato,
Danso diroll, ha nozwejo,

Perak kement a drubuilho,
A dizurzo hag a daero ?
Troet zo kein, e lec’h derc’hel,
D’ar gizio mat en Breiz-Izel.

————


NOZWEJO !
————


Gwechall en Breiz, an anjeluz,
Sonet pac’h e an heol da guz,
E oa ar c’houlz d’ar yaouankiz
Da vont d’ar ger… Ne oa ken giz !

Distennet eo ar c’hiz vat-ze ;
Ar vam, siouaz, d’an abarde,
Ma ve er c’hraou an holl loened,
A ve dinec’h gant he merc’hed.


Eur plac’h yaouank, glas he lagad,
Melen he bleo, ha skanv he zroad,
A blije d’ei, eun tam a oa,
Mont alïes da nozweja.

En ti he zud ’oa he mam goz,
’Blije ket d’ei redadeg-noz ;
Ar vaouez fur, alïes-mat
’Devoa krozet, krozet da-vat.


« Kred ac’hanon, ma flac’h vihan,
« Yaouank ec’h out, me am eus doan
« E lakafes daero dourek
« ’N hon daoulagad puilh da redek.

« E lakafes eun de da vam
« Ha da dud holl, ’zo c’hoaz divlam,
« Da gavout mez ;… ma merc’h, diwall !
« Ma merc’h, distro diouz an hent fall !

— « O, ma mam goz, bezet dijen,
« War ma hent c’hoaz n’em eus kât den,
« Den ewit klask poanian ’vel-se
« Ma zad, ma mam, na me ive.

« Ha neuze, mam, me nan on ken
« Er c’hatekiz ;… d’am oad pep den
« A lar : ret eo d’ar yaouankiz
« Redek, c’hoari, ha heuilh ar c’hiz. »

O tont d’ar bourk, eur bla goude,
E oe gwelet, d’an abarde,
Eur vaouez koz, hi daoubleget,
Gant eur vantel, pen-dispaket.

Ha da zer-noz, ’traon an iliz,
(En Breiz ’vel se eman ar c’hiz),
’Oe badeet eur bugelig,
’Met ar c’hleier a dawas mik !

————


Karante war an tu gin !
————


D’ar garante ec’h omp douget,
Ewit karout ec’h omp krouet ;
Karout aman war an douar,
Karout eun de e barz ar gloar !


Ha kaerat tra ’c’haller da gât
Ez eo eur galon reizet mat,
Pe ’ve en eur c’hastel ganet,
Pe dindan toen-blouz kuzet.

Karout a lar ’n em rei dalc’hmad,
Hag en pep lec’h klask ober vad,
Gôut an tu da bellât poanio,
Pa ruilhont, gôut sec’han daero.

Hevelep karante a bad,
Ne velg na gant klenved na oad !…
Honnez ’fat n’eo tam karante
A baouez da garout eun de.

Met nag a dud a ve faziet,
Nag a galon en em roet
A ’n em wel ankouêt, dilezet,
Goude bean da-vat karet !

Laret ’oa d’ei : o, me ho kar
A-dreist pep tra war an douar !
Komzo flour hag a herlinke
Ar galonig paour a gare.

Ya, gwirion ’oa he c’harante,
Ar galon-ze ’oa digor tre
D’an hini, gant e gomzo flour,
Harze da welet eun treitour.

Henvel-mat ouz eur vleuen splan,
E kuze ’r piko ’oa dindan,
Hag an treitour-ze, den fall tre
’Metan e-unan na gare.

Evel ar prenv lous e vunum
O labeï a rum-da-rum
Ar bleun koantan, an treitour-man
A glask koll c’hoaz re all breman.


N’eo ket ’wit bean mastaret
’Doa koulskoude he mam garet
Laket er bed ar bugel-ze !
Diouti pell ar sonj-ze neuze !

Nan, n’eo ket ’wit bean kollet
’Devoa ar c’hatekiz heuilhet,
Hag eun de, hi, lorc’h mam ha tad,
Lakat daero ’n o daoulagad !

Gwelet breman ’n he daoulagad
Daero, hi ken yaouank a oad !
Dirak he zi an evn a gan,
Hag he c’hreiz ’zo eur mor a boan.

Hunvreet ’devoa evrusted,
Karante, ha kât ’vel pried
Eun den an ije he c’haret....
An holl dreo-ze ’zo diskaret !

Kenavo, yaouankiz evrus,
Kenavo lec’hio dudius
Elec’h ’choarie didamall !
Kenavo levenez gwechall !

Ha breman, c’hoarig an Ele,
Nan eus forz pelec’h e vale,
E kav d’ei, poan meurket kalet !
Gant ar biz bean diskwelet.

Evuruz eo c’hoaz ma teu d’ei
Etrezek he C’hrouer distrei,
Ha gant pedenno, gant daero
Gwalc’hi he fec’hed ken c’houero !

Bretonezed ha Bretoned,
Laket start-mat en ho spered
Kement man : Gouelan ’lec’h c’hoarzin
’Ra karante war an tu-gin !


MIZ MAE
————



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \autoBeamOff
    \key g \major
    \time 6/8
    g'8 fis g a4. | g8 a g e4. | g8 fis g a4 b8 | \break
    c4 e,8 g4 g8 | c4 e,8 e4 e8 | d4 c8 a'4. | \break
    a8 a a a4 c8 | b4 a8 g4. \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Ar gou -- anv kri 'zo tre -- me -- net, A -- c’han da vla ’vo
    ken gwe -- let Ar rew gwen -- kan, war an dou -- ar,
    O lin -- tri ken brao gant al loar!
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
    ragged-last = ##t
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


Ar gouanv kri ’zo tremenet,
Ac’han da vla ’vo ken gwelet
Ar rew gwen-kan, war an douar,
O lintri ken brao gant al loar.

Deut eo miz mae, miz a weler
O tispakan bleunio te ner,
Miz dudius, ma hadklewer
Kan ha richan ’leiz ar girjer.

Dindan lagad an heol lintrus,
Pep tra hadkav, o tra zouezus !
Bue, kened, liou ha c’houez-vat,
E keit ma kan an evn dalc’hmad.


Ya, kanan ’ra, a-hed an de,
Ha fred gantan, e poagn ive ;
En beg ar gwe, hag er c’hleuio
Yan-gren ’darre ’glasko nezio.

E-touez ar yeot, er prajeier,
Bleun o sevel o fen seder,
Du-man, du-hont, boudenno-spern
Gant o c’houez-vat, ha bleun a-vern.

Na kaer ive, er parkeier,
Gwelet an ed, ’vel yeot tener,
Gant an awel dalc’hmat hijet,
Rodellet ha dirodellet !

Diouz ar beure, eur c’hlizen wen
Kouet eus an nenv, a stereden
War ar yeot ha war an delio,
’Keit ’pign an heol ’kreiz an oablo.

Ha ’kreiz an de e skuilh tomder
Gant kement a nerz ma weler
An trevado holl o kaerât
Hag o kreski ’bep tol-lagad.

An hencho-don, fall er gouan,
’Zo, tam-ha-tam, deut da zec’han ;
Gant o sioulder e vo breman
Disheol ’darre, epad an hanv.

’Hed an hencho e vo gwelet
Denved bihan newe-c’hanet,
Tost d’an tïe e vo klewet
Sklok ar yar goz gant he evned.

Hag eus tourio ar paroujo
Mouez ar c’hleier breman ’grogo
Da c’hervel tud d’ar pardonio,
Klozet ’boe eun nebeut mizio.


C’hoaz e sonont, bep abarde,
Ewit bodan, e-pad miz mae,
Ar gristenien ’dro da ôter
Ar Werc’hez Vari, o Mam ger.

Miz mae, miz an dudiusan,
Eus an holl vizio ar c’haeran,
’Zo dibabet ’n askont da ze
Ewit enori Mam Doue.


————


Pardon Sant-Servez
(12 ha 13 a viz mae)
————


Ton : O ! Na hir eo an noz


1° AN ILIZ

Me anve eun iliz, eun iliz koant meurbet,
Gant hon zud koz gwechall, ’kreiz eur zaon don savet.

En dro dei eur vered, enni eur wazig-dour
A ra dan diouskouarn muzik ken sioul, ken flour !

Kaer eo ar vro ’dro d’ei, kaeroc’h n’eus ket en Breiz,
Prajo glas er zaonio, koad tro zro d’e a-leiz !

Meneier a bep tu, ha hencho gant graio ;
Kân an evn ’us d’an dour, kân an evn er c’hoajo !

Kaer eo pep tra ’dro d’ei, kaeroc’h n’oufed kavet,
Nemet he zae dispar, sae-vein dantelezet !

Ya koant ha brao ez eo, iliz koz Sant-Servez,
Koant ha brao diabarz, koant ha brao diavez !

2° AR PARDON

Gwechall-goz Sant-Servez en Breiz a oa brudet,
Pardon ar bac’hado n’eo ket choaz ankouaet !

D’ean teue bep bla, an daouzek a viz mae,
Kristenien a bep oad, eus Gwened ha Kerne.

’Wit goull dre o feden, est mat hag ed-du kaer,
Bennoz ar zant warne, ha war o farkeier.


E pad ar gouspero, de ’rôk ar pardon bras,
Ewit hijan ar rew strake ar penno-baz.

Ha goude ’vije bec’h, ’tre Kerne ha Gwened,
'Wit gôut piou a dougje ar Zant ’maez ar vered.

E-pad kantvlawejo, bep bla, da Zant Servez
Hon zud koz, tud a fe, ’deue gant levenez.

Evelte, Bretoned, karomp sent koz hon bro,
Ha ’n em blijomp o vont bep bla d’o fardonio.

————


DIRAK EUR BE
(En Sant-Servez.)
————


Me ’blij d’in, ’kreiz sioulder an noz,
Selaou mouez ar wazig-dour
A dremen dre ar vered koz,
’N eur drouzal ken sioul, ken flour !
Sioul ha flour, gwazig, ’ve da vouez,
’N eur dremen dre ar vered,
Ha gôut a rez e tremenez
’Kichen korfo douaret ?

Dcus, ma c’hori, betek ar vered.
Deus da welet ar beio !
Marteze, da zour binniget
E servijo da zaero.
Dirak ar be-ze, traez warnan,
En-harz eur groaz-venerez,
Greomp, mar karez, eun dihan ;
Marteze ’klewfomp eur vouez.

A bep tu d’imp man na glewan
Nemet mouez ar wazig-dour,
Gant trouz an awel o c’houezan
Gwech-ha-gwech en beg an tour.


Koulskoude, eus ma daoulagad
E koue takenno daero ;
N’on ket ewit harz da c’harmat,
Daoust da zioulder ar beio.

Eur vouez na glew ket ma skouarn
’Deu da gât hekleo ’n em c’hreiz,
D’ober d’in junta ma daouarn,
Ha laret : De Profundis.


————


LEVENEZ YAOUANKIZO BREIZ
o deus fe, yec’hed ha frankiz.
————


Deut eo an hanv, an amzer ma weler,
En Breiz-Izel, a-leiz a vleun tener,
Ha ma klewer richan war ar maezio ;
Deut eo ar c’houlz ma krog ar pardonio

Ha bean ’zo eul levenez henvel
Ouz an hini a gav, en Breiz Izel,
An den yaouank a gar start, war eun dro,
Doue dreist-oll, e yez koant hag e vro ?

Ma kar Doue e ziwall ouz ar fall,
Bepret e vo en peuc’h ha didamall,
E lec’h tremen dre ar vouilhen, ar fank ;
Pegen evrus neuze an den yaouank !

Karout a ray ar ger ’lec’h e ganet,
’Lec’h e vewas e gerent tremenet,
Hag an hencho darempredet gante ;
Goude Doue, d’e vro e garante !

En Brezoneg e tiskas sin ar groaz,
Ha komz ive, pa oa bihanik c’hoaz ;
Gant Brezoneg, yez karet e dado,
Gwech-ha gwech-all, e galon a drido.

Rak nan eus ket eur yez war an douar,
Hag a hallfe, koulz hag hon yez dispar,
Trei ha distrei kalon eur gwir-Vreizad,
Lakat c’hoarzin ha gouelan, bep pennad.


Levenez c’hoaz ’nevo an den yaouank,
D’ar garante e galon digor frank,
O vont, o tont, e koulz ar pardonio,
Gant mignoned, en eur ganan sonio,

Sonio ar vro, gant tonio meurbet kaer,
A ray sklokal traouienno, meneier,
A lako skanv troad ar valeerien,
En eur lakat o c’halono laouen.

Ken brao ez eo, war douar Breiz-Izel,
Bale d’an hanv, ha gallout tôl eur zel,
’Kreiz an douar, war an traouienno glas,
Ha ’tal an aod, war gerreg ar mor bras !

Gwelet ar bleun hadet ken niverus
Dre ar prajo, ’us d’ar sterio trouzus,
Klewet an evn a gân erdan ma c’hall,
Ha kât disheol ’n hencho don ha tenval !

Gallout ober e-pad an abarde,
Goude ’r labour, tost d’ar ger, eur bale,
C’hoari ’c’hilhou, en disheol ar gwe glas,
C’hoari boulou, kant ha kant tra-all c’hoaz !

Gallout d’ar zul lezel ar labourio
’Wit mont d’ar bourk da ’heuilh an ofiso,
Gallout ive, rôk, goude an ofiz,
War ar beio laret : De Profundis !

Bewan evrus, lodenni gant re-all
Eur levenez gwirion ha didamall ;
Santout eo gwell karante ’leiz an dorn
Ewit nan eo arc’hant a-leiz eur forn !

O evurus tud yaouank Breiz-Izel
A vev ’vel-se en bro gaer o c’havel !
Breiz ewite a zo ’vel eur porched,
Porched an nenv, bro ar gwir evrusted !


SUN AR ZALUD
————


Kaerat da zûn, sûn ar zalud !
Sûn dudius ma weler tud,
Goude o labour pemdeiek,
Bep noz, a-leiz, o tiredek
’Trezek o iliz vinniget,
Ewit kât bennoz an Hini
Er Zakramant ’n eus teurveet
Chom war an douar ganimp-ni.

Sûn ar zalud, kaeran hini
A zo er bla, ewidomp-ni,
Dreist oll, a gred ’man Mab Doue
Er Zakramant, korf hag ine !
En gwirione, ha bean ’zo,
Eur c’houlz all ken kaer ’pad ar bla,
Ma c’hall an den gwelet tro-zro
Bue ha kened en pep tra ?

Flouroc’h ne vo ket an delio
Na stankoc’h ive ar bleunio !
Ar boudenno spern-gwen bleuniet
Muioc’h a c’houez-vat ’strinkfont ket ;
Ne vo gant an evned bihan,
O tarnijal en-dro d’o nez,
Na muioc’h a fred nag a gân !
Sûn ebet kaeroc’h ’wit honnez !

Ha setu perak ar c’hleier,
E-pad ar zûn a gân seder ;
Kanan ’reont, hag o mouez
Eus lein an tourio, war ar maez,
A nij ’wit rei da c’hout d’an dud
E tosta ar c’houlz da lezel
Al labourio ’wit ar zalud
Ken karet c’hoaz en Breiz-Izel.


Koaniet gante, yaouank ha koz
Ac’h a d’ar bourk da glask bennoz
Ar Zakramant. A vandenno
E weler tud dre an hencho,
O dilhad sul gwisket gante ;
Darn, skanv o zroad, ac’h a fonnus,
Ar re goz gorek a vale,
Mes holl seder hag evurus !

Hag en o iliz dastumet,
Dirak an oter kempennet
Ha goulouet a vleun, joaus,
An holl a gân, a bed Jezuz.
Jezuz a ’n em blij, a gredan,
O vinnigan ar Gristenien
A deu da c’houlen digantan
’Vel-se bennoz ha sklerijen.

Bet ar zalud, ha deut serr-noz,
An holl ’darre, yaouank ha koz,
A distro d’ar ger evurus.
Daoust e ve et an heol da gus,
E chom c’hoaz eun ezen glouar :
C’houez-vat a zo ’hed an hencho,
Sioul eo pep tra war an douar,
Brao eo hunvreal en Nenvo !

————


Klemmo hon Zalver
————


Ken zod on bet gant an dud ma on chomet gante,
Mes nebeut ane, siouaz, ’anve ma c’harante !
Ebarz an Arbel zantel, ’wit an dud koulskoude,
Dindan ar spes a vara, e choman noz ha de.


Nag a Gristen a hallje rei d’in ’r pez a c’houllan,
Eur galon dinam ha tom elec’h en em blijan !
N’eo ket ewit chom dalc’hmat ’tre bewar blanken yen
Ec’h on ’barz ar Zakramant roet d’ar Gristenien.

Ine prenet gant ma gwad, ine ken talvoudus,
Ine krouet ’wit an Nenv, ’wit bean evurus,
Penôs aruout eno, ma ’deuet ket da gât
An Hini a zo Bue, Gwirione ha Hent mat ?

An Hini ho pezo c’hoant, ’rôk kwitât an douar,
Da gât, pa welfet o tont ar maro ken digar,
An Hini vo ho parner hag a zo er bed-man :
Ho Tad, ho Preur, hag ive ho Mignon ar gwellan !

C’houi dreist-oll, ho peus kollet kerent oac’h sod gante,
A zo ganin evurus en o eternite,
N’ankoueet ket e c’hallan, widoc’h burzud dispar !
Bean ganec’h ha gante en Nenv hag en douar.

— O Jezuz, trugare d’ec’h, selaou a rin ho mouez ;
Alïesoc’h me deuio d’ho kât, a c’houdevez,
Rak c’houi, hepken, o ma Mestr, c’hall magan ma c’halon,
Derc’hel enni karante peurbadus ha gwirion.

Ganec’h me a vo krenvoc’h ewit stourm ouz ar bed,
Ganec’h ’kavin levenez, ganec’h ’m o doan ebet,
Ha pa vo gant ar maro sklaset ma muzello,
’N eur vervel e larin c’hoaz, ma Jezuz, hoc’h hano !

————


DA GALON JEZUZ !
————


Ton gallek : Cœur transpercé pour nous.


Kalon leun a drue, eus torfejo an douar
O, bezet ankoueus ! (Diou vech)
Eus ar glemmaden hir losket war vene Kalvar,
O, bezet sonj ! o bezet sonj, Jezuz !


Eus hon bro gwaleurus a wapa breman Doue
O, bezet ankoueus !
Eus ar Franz a difen holl gwirio santel ar Fe
O, bezet sonj ! o bezet sonj, Jezuz !

Eus ar re o deus c’hoant da vougan ar Fe gristen
O, bezet ankoueus !
Eus an tiegezio ’lec’h ma virer ho lezen
O, bezet sonj ! o bezet sonj, Jezuz !

Eus an dud a labour da goll ine ar bugel
O, bezet ankoueus !
Eus an ineo mat a ra bepret skol zantel
O, bezet sonj ! o bezet sonj, Jezuz !

Eus an diskadurez a ra brezel da Zoue
O, bezet ankoueus !
Eus an dud skiantek a glask o nerz ’barz ’n o Fe,
O, bezet sonj ! o bezet sonj, Jezuz !

Eus ar mallozio bras ’deu eus kement a c’heno,
O, bezet ankoueus !
Eus peden ar paour kez a ve gleb-dour ’n e barko,
O, bezet sonj ! o bezet sonj, Jezuz !

Eus an dud a labour d’ar zul evel d’ar pemde
O, bezet ankoueus !
Eus an niver a dud a ro d’ec’h o c’harante
O, bezet sonj ! o bezet sonj, Jezuz !


————


ILIZ GWENGAMP
————


War eun dosennig a-us d’an Treo,
A dremen sioulik dindan an delio,
Iliz koz Gwengamp ’zo diazeet,
Evel eur c’hastel, war ar roc’h kalet.

A-us d’an draouien ha da dïe ker,
Diwar-dro ’weler o sevel en er
He zourio uhel, dispar-tre o-zri,
En-dro d’ê evned, ’vel ’n dro d’eur c’houldri.

Unan aneze, hanvet an Tour-kreiz,
Lod ’nean savet ’rôk Charlez a Vleiz,
War beder wareg ’zo diazeet,
Gwareier teo-teo, a c’hiz-koz bolzet.

An daou-all, tost-tost an eil d’egile,
Etreze war-dro pemp kammad bale,
Gwechall ’oa henvel ; breman e weler
Tour ledan ha moan, kenver-ouz-kenver.

’Krec’h an Tour ledan eman ar c’hleier,
Er c’hreiz, ar c’hloc’h bras, ar c’haeran ’glewer
War-dro, ha tri-all. An hini bihan,
Koz-koz, da dintal a-vec’h a dihan.

Tour an horolaj ’hanver an tour all,
E vein ’zo debret gant an amzer fall :
En disheol heman eman ar Porched
’Lec’h ’ma teu kement a berc’herined.


Porched binniget, Ti santel ar Vam
’Deuer da bedi, a-bell, da Wengam,
Ennan ’ve dalc’hmad evel eun ezen
A zav eus golo hag eus ar beden !

En daou du d’ean, a-hed ar voger,
’N daouzek Abostol, kenver-ouz-kenver,
Hag ’us d’an ôter, uhelik e-krec’h,
Itron Wir-Zikour, he Mab war he brec’h !

Salud, o Gwerc’hez ! nan hallomp tremen
Hep lavaret d’ec’h eun tammig peden,
Eus ho tron uhel, war ar beajour,
Skuilhet ho pennoz, Itron Wir Zikour !

Ha breman deomp diabarz ’n iliz,
Toullet he leur-ven gant treid ar Vreiziz.
Gwasat m’eo ledan, ha ma kav an den
Levenez pa lar enni eur beden !

En-kreiz an iliz bep seurt gwareier,
Savet pell a zo, e pep koulz amzer !
E tu hanter-noz, pilhero moan-moan,
A-dal d’ê re-all pounner ha ledan !

A-us e c’haller, ’tre ar vein tremen
Ha kât labouriou ’vel na ve gret ken,
Mein-rouz kizellet ken brao ha ken mat
Ma reont d’ec’h chom batet ’bep kammad !

Pen an iliz ’fad a zo eur burzud ;
Ar re ’doa savet anean ’oa tud !
Gant e volz ledan, e vein-benerez
War ar gwareier na petore pouez !

Harpet ’int ’bep tu, ha c’hoaz e plegont,
Met pempkant vla ’so, ma n’eus ket ’n tu-hont,
Ar vein-ze ’zo bet priennet ken mat
Ma chomont peget ha kompouez dalc’hmat.


Dindan ar c’heur-bras e zo relego,
Relego prinsed pell a zo maro.
E wareier kaer gwechall a zo bet
Gant Charlez a Vleiz krec’h-traou alaouret.

Tro-zro an iliz ’weler war gwer kaer
Bue ar Werc’hez, bue hon Zalver,
Sent ha santezed, ha darvoudou-all
E kerig Gwengamp c’hoarveet gwechall.

Dindan ar gwer-ze en em gav bolzo
Elec’h ez eo bet, goude o maro
Douaret kalz tud a ligne uhel,
Lod ane brudet en hon Breiz-Izel.

Ma ’peus lagad mat, gret tro an iliz ;
Hag e kavfet c’hoaz meur a dra iskiz ;
’Met arôk kwitat, mar plij, daoulinet,
Ha gret eur beden d’ho Mam vinniget.

Kant vlavejo-zo, ar Vretoned koz
O deus goulennet diganti bennoz ;
Evelte, Breiziz, ’n em blijet ive
O tarempredi Ti Mam ho Toue !

————


Kantik Itron Varia Wir-Zikour
(Laket en Brezoneg)
————


Ton ar c’hantik gallek : Salut a toi.


Salud d’Ec’h, o Gwerc’hez vinniget
Pa deu warnomp ar goulou-de,
E teuomp d’Ho pedi, Mam garet,
Da ginnig d’Ec’h hon c’harante !

Diskan :

Silaouet hon feden-a-galon.
Mam, c’houi eo bepred hon rikour ;
Bezet ewit biken hon Itron
Itron Varia Wir-Zikour
(Diou wech).

Mam ar graso a deu eus Doue,
Diouz ar pec’hed hon diwallet ;
Goullet na vo kammed hon ine
Gant e roud mezus mastaret !

’Wit ho pugale bet an difen,
O Mam dener, ’kreiz ar brezel ;
Bet o Frovidanz en pep tachen,
Breman ha pa vo red mervel !

Ha neuze evel gras diwean,
’Wit ’momp peuc’h an eternite,
Gret er bed-man, ’lec’h ’tremen pep tra,
’Vo peurbadus hon c’harante !

————


Pardon Gwir-Zikour
————


Ton ar c’hantik gallek : Salut à toi.


Ar zadorn arôk ar sul kentan
A viz goueren, e ve gwelet
Pobl en Gwengam deut da bardonan,
Ha da bedi o Mam garet.

Diskan :

D’he forched koz deut c’hoaz er bla-man,
Evel ma teue ho tud koz ;
Deut c’hoaz, Bretoned, da bardonan,
Ewit kât graso ha bennoz !
(Diou wech).


Rak en oabl e welomp keumoul du
Pounner ha dare da strakal,
Hag en hon bro, siouaz, a bep tu,
Ar fall, an dizurz dishual.

Deut da c’houlen bean skoazellet,
Ewit gallout miret ’n ho kreiz,
Ar fe gristen keit-zo gwriennet
E-barz kalon bugale Breiz.

C’houi, gantan oad, ar boan, daoubleget,
Deut d’hunvreal er baradoz ;
Ar Werc’hez, agred d’in, na ro ket
Gwelloc’h bennoz ’wit d’an den koz.

Tado ha mammo ho peus ive
Reuz da vat, ha trubuilh meurbet,
Deut da c’houlen digant Mam Doue
Chom divlam ha kristen bepret.

Deut c’houi dreist-oll, yaouankizo Breiz,
Da bedi Itron Wir-Zikour ;
Rak er bed a zo kuzet a leiz,
’Wit ho tapout, stigno treitour.

Deut, ma mignoned, Barzed kristen,
Da c’houlen digant ar Werc’hez
Ma vezo bepret skeltr ho telen
’Wit hadan vad ha levenez.

Deut niverus dimeus Breiz Izel ;
Brao eo bale, krog eo an hanv !
Daoust d’ec’h diouz Gwengam da vean pell,
Karante ’dle rei d’ec’h troad skanv.

Eun dudi e vezo d’ec’h klewet
Mouez ar c’hloc’h bras o son bepret,
O kas pell e voubou ’wit laret :
Da Wir-Zikour deut Bretoned !


Ha pa vefet aru en Gwengam,
Deut da zaoulinan er Porched,
Dirak skeuden burzudus ar Vam
A gar kement ar Vretoned.

Itron Wir-Zikour ’zo galloudus,
En he Forched ’c’haller gwelet
Pegement a dudo gwaleurus
Ganti a zo bet rikouret.

A vein-gwen e welfet goulouet
Mogerio ar Porched koz-ze,
Ha war bep men e welfet skrivet :
Itron Wir-Zikour, trugare !

Goude, gret tro Iliz Gwir-Zikour
Savet ken kaer gant ho tud koz,
Klasket, mar karet, eur c’hovezour,
Ha gret ar prosision-noz.

Bet an tantajo war ar blasen,
Ma c’hallet, deut ’barz ar c’heur-bras,
E tal en ôter vras kaer ha gwen ;
D’ei, gwechall, ho mam a bokas !

Muioc’h drant ’wit mouez an evnigo
A gân bemde war lein ar roz
’Vo d’ho skouarn kân ar c’hantiko
Kanet en Iliz d’hanter-noz !

Kantiko Breiz, en yez hon zado,
Lezet ganimp gant hon zent koz,
Ha da heul ’nê mouez flour en ogro,
O kaerat kân, ha kaerat noz !

Plijout ’râ d’ar bugel diskwizan
War varlen e vam pa ve skwiz ;
Ken dous, Gwerc’hez, ken dous e kavan
Tremen an noz en hoc’h Iliz !


E pad ho pardon, Gwerc’hez Vari,
Digoret ho kalon frank-frank
Ewit binnigan kement-hini
Ho pedo, koz kouls ha yaouank !

Arôk kwitât Iliz Gwir-Zikour
Savet a-us d’eun draouien don,
E-lec’h e ruilh an Treo e zour,
E kanfomp holl a greiz-kalon :

diskan diwean

Klewet ho Pretoned, Mam garet,
Itron Varia Wir-Zikour ;
Gweloc’h eo d’imp mervel ma ve ret,
Ewit bean eun de treitour !
(Diou wech).

————


PEDEN D’ITRON-VARIA GWIR-ZIKOUR
————


Ton : Kloareg Rumengol.


Itron Vari Wir-Zikour,
Mam vat, Mam a drue,
Lezet da gouean an dour
A freska an ine,
Dour ar c’hras, dour ar pardon
A c’houlennomp herie
Ewit ma vo hon c’halon
Divlam dirak Doue.

Gras-Doue en hon c’halon,
’Vefomp, o tra souezus !
Gwir vugale d’Ec’h, Itron,
Ha breudeur da Jezuz,

Neuze, gwir bercherined,
Petra c’hallfemp goulen,
Petra ha ne rofac’h ket,
En distro, d’hon feden ?

Goulen a reomp, Gwerc’hez,
Ma chomo start bepret,
Evel an derv war ar maez,
Ar Fe er Vretoned ;
Miret d’hon bro he gizio,
He yez ’vel n’eus hini,
Gret ma vo ’n hon gwazio
Gwad kristen o virwi !

Hon zikouret da vean
Kristeién pen-da-ben,
Kristeién hep marc’hatan.
Dre-oll, en pep tachen ;
Divlam ar gerent bepret,
Kristen ar vugale ;
Neuze peuc’h hag evrusted
A deuio hep dale.

Gret ma vo Doue karet
En holl diegezo,
Ha ma vo darempredet
Ganimp an ilizo,
Gret ma vo miret ar c’hiz
Da vont war ar beio
’Wit laret : De profundis,
En koun an dud varo,

N’ankoueet ket, o Gwerc’hez
Penôs aboe pell pell,
Ec’h oc’h da Vreiz Rouanez
C’houi hag ho Mam zantel,

Ho-tiou bezot he skoazel,
Miret ar Vretoned
Eneb ar re ’ra brezel
D’ar gwir, d’ar lealded.

De ho pardon bras, Gwerc’hez,
Dastumet ’n hoc’h Iliz,
N’hon deus holl nemet eur vouez,
Mouez gwir vugale Breiz,
Nemet eur vouez ’wit laret :
Gwerc’hez, Mam da Zoue,
Breiz-Izel kristen miret,
Gant hec’h holl vugale !


————


Kantik Itron-Varia Blouaret
————


Patronez parouz Plouaret,
Ni ho ped a greiz-kalon ;
C’houi ’zo Mam da Zalver ar bed,
Main d’imp ive, hag Itron !

Diskan :

Itron Varia-Blouaret,
Patronez vat ha santel,
Roet sklerijen d’hon spered,
Nerz d’hon c’halon, ha skoazel,
Ewit chorn gwir-gristenien ,
Hag ho karout da viken !
(Diou wech).

An drouk-spered na baoues ket
Da c’hedal ’n dro d’imp noz-de ;
Hon zikouret da stourm bepret,
Ha diwallet ho ine !

Ar bed, gant e stigno kuzet,
A glask distrei hon zello
Diouz hent ar gwir-evurusted,
Diouz hent an Nenv, hon gwir vro.

En hon c’hreiz e ve kann ive,
Etre ar vad hag ar fall ;
Aliës, siouaz, hon ine
Ouz hon c’horf a renk diwall.


Pa deuio anken ha glac’har
Da rannan hon c’halono,
Mam vat, na vezet ket digar,
Deut da stankan hon daero !

Gwerc’hez dinam a bep pec’hed,
Miret ine ar bugel ;
Gret ma vezo bepred sturiet
Gant eur vam fur ha santel.

En tad, evel er vam gristen,
Gwriennet ervat ar fe,
Gret ma vo miret pen-da-ben
En o zi lezen Doue.

Gret ma kerzo ar yaouankiz
Dalc’hmat, en hent ar furnez ;
Ma tarempredo an iliz,
M’ho karo, dreist oll, Gwerc’hez !

Harpet an den en e gozni,
Gant ho prech vadelezus,
Ha sikouret kement hini
A zo aman gwaleurus.

Gwerc’hez, daoulinet ’n hoc’h iliz
E c’houlennomp ho pennoz,
Binniget ho parousianiz,
Kaset ’nê d’ar Baradoz.

Ma kavomp ken kaer ho skeuden
War hon gweren-vras liwet,
Pegen kaer ’vo ’ta, da viken,
En hon gwir-vro ho kwelet.


————


Marwet da ugent vla
————


Ton : Kastibelza.


Da ugent vla bean klanv war eur gwele
A zo garo !
Poanius meurbet gwelet o tont hep dale
Spez ar maro !
Daugent vla anden ’n eve c’hoant bewa
Ha chom er bed
Ewit gallout eus e yaouankiz tanva
An evrusted. (Diou vech)

Eur plac’h yaouank, aboe eun nebeut mizio
’Devoa renket
En he gwele, arôk ma koue an delio
Chom astennet ;
Ha koulskoude, an evnigo a gane
Dirak he zi ;
Ar glanvourez na re, o klewet ane,
’Met hirvoudi.

Da hanter-eost e keit ’vralle ar c’hleier
En o zour koant,
Ewit gervel an dud dirak an ôter
Gant o mouez drant,
Ar plac’h yaouank a zistankas da ouelan
Hag a laras :
« Gwerc’hez Vari, C’houi eo ma Mam ar gwellan !
Gret ’vewin c’hoaz ! »

Chom a reas goude-ze ’vel morgousket,
’Keit ma pede
He mammig paour trubuilhet ha glac’haret,
’Pen he gwele.

Kloc’h ar zantus a zihunas ar plac’hig
Dinerz meurbet :
« O kaerat tra am eus gwelet bremaïk,
Ma mam garet ! »

Ar vam dustu a stokas he muzello
Ous tal he merc’h
A ’n em gavas ken gwen dirak he zello
Evel an erc’h :
« Ma merc’hig vat, lavar d’in pez ’teus gwelet
’Pad da hunvre ? »
— « Gwelet em eus, endro d’ei kalz Gwerc’hezed,
Mam ma Doue! »

Eur c’hlizen yen a c’hlebias he zal kerkent,
’Keit ma klaske
Stardan ar groaz war he muzello melen,
Ha ma lare :
« Gwerc’hez Vari, o na brao ez eo mervel,
Pa deuet C’houi
Da zigemer, en eur choarzin, ho pugel !
Mari ! Mari ! »


————


EUR ZEBLANT
Eur leanez eus Gwengamp, marwet en Haïti
————



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \autoBeamOff
    \time 2/4
    g'8 g c c | d4 c8[ b] | a4 g~ | g r8 g | \break
    a b c a | g4 a | e r8 d | e f g4 | d' c8( b) | \break
    a4 g~ | g r8 g | a b c a | g4 f | g2 \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    An a -- wel grenv a c’houi -- ba -- ne, Ar
    glao a builh na di -- ha -- ne Da skei gant trouz war gwer
    eun ti Lec’h ’oa eur vam o hir -- vou -- di!
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
    ragged-last = ##t
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


An awel grenv a c’houibane,
Ar glao a builh na dihane
Da skei gant trouz war gwer eun ti
Lec’h ’oa eur vam o hirvoudi.

Ne oa ket pell, an intanvez
’Doa hunvreet er leanez,
En he merc’h, et d’ar broio pell
Ewit ober labour zantel.

E-pad he c’housk ’devoa gwelet
Ar leanez tost d’ei meurbet.
Goude bean komzet outi,
’Teuas ar c’houlz da gimiadi.


« Kenavo, Mam ! » a lavaras
Ar leanez, hag e pokas,
E pokas start d’he mam kerkent,
’Rôk tec’hel evel eur luc’heden !

Ar vam dustu a zihunas,
Froumet da-vat, ha nec’het bras.
« O ! ma merc’h paour, a lavaras,
« An hunvre-ze, gwir ’ve, siouaz ? »

Ya, gwir e oa an hunvre-ze,
Hag ar c’helo, nebeut goude,
A c’hoarveas ewit laret
E oa maro ar verc’h karet.

En Haïti e oa marwet
Ar leanez yaouank meurbet,
Pell diouz he bro,… noz an hunvre,
Homan ’oa et dirak Doue !

Eur c’hoar d’ezi, Trapistinez,
(En Breiz ’weler ze aliës),
He c’hoar, eta, eus he c’houent,
Bet ar c’helo, skrivas ’velhen :

« Ma c’hoarig kez, ’m eus ar greden,
« Zo gant Doue !… na ouelet ken,
« Poket ’deus d’ec’h en eur laret :
« Kenavo, mam, an evrusted !

« Mac’h omp aman dispartiet,
« E c’houveet, o mam garet,
« Hon deus heuilhet, en draonien man,
« Ewit ’n em gât, an hent berran ! »

An awel grenv a c’houibane,
Ar glao a builh bepret ’gouee.
« Ra vezo gret, o ma Doue,
« Laras ar vam, ho polante ! »


D’AN OTRO MENGUY
      Person newe Coatascorn,
            (5 aviz meurz 1905)

                ————


Ma zon ’gleje bean klemmus
Daoust d’ec’h holl da vean joaus.

Rak ma c’henvreudeur, kouls ha me,
Hon deus keun d’ho person newe.

’Met arabad eo en de-man
Kât eur pen koz, c’hoantât gouelan !

Gant tud Coatascorn ni ’gano :
Ra ’vo joa en holl galono !


En tu ’r c’huz-heol da vourk Hengoat,
’N eur gerig koant, en Pen-ar C’hoat ;

Breman ’zo c’houec’h vla-ha-tregont
Eun tad ’oa laouen e galon.

Eur vam ive ’dridas gant joa,
Pa glewas kleier o vralla.

Kleier Hengoat en o zour koant
O son goude ar Vadeiant.

Perak, siouaz, ’maint ket aman
’Vit lodenni joa ar gouel-man ?

Seblanti ’ra d’in o gwelet
War garido, an Nenv pleget ;

Hag eno, o daou, dorn-ouz-dorn,
E sellont ’trezek Coatascorn,


Parouzig koant ’lec’h ma laker
Da bersoned kureed ker !


E studi gret en Landreger
Joseph Menguy ’goll ket amzer ;

Pean a ra e zle d’ar vro,
Kloareg ha soudard ’eo tro-dro.

Danve-mat ’kaver ’zo ennan,
’N otro Duchêne a c’houll ’nean.

’Met an eskop eo ar mestr bras
Ha setu-han kure, siouaz !

En Plian ne chomo ket pell,
Dambrest ’renko chanj a skabel.

Mont diwar ar maez da Wengamp,
Eus Plian di na gwasat lamp !

Treut ha kasti p’oa aruet,
Ar c’hure yaouank ’n eus poaniet,

Poaniet ’wit kempen an iliz
Ha kaerât bepret an ofiz.

Digor dalc’hmad e galon aour
D’an den yaouank kouls ha d’ar paour.

Dek vla en Gwengamp ec’h ê bet,
’N eur ober vad ’n eus tremenet !

————


Kimiad Itron Varia Wir Zikour


— « Kenavo d’it, beleg seder ha mat,
« ’N eur vinnigan e kimiadan dalc’hmat ;

« N’ankouain ket pez ewidon ’teus gret,
« ’Barz ma c’halon da hano ’zo skrivet. »

————


Kimiad an otro Menguy


— « Kenavo d’Ec’h, o Itron Wir-Zikour,
« Ouz Ho karout skanv ’m eus kât ma labour,
« Aman ’dare, diwallet ho pugel,
« D’ean, bepret, reit sikour ha skoazel ! »

Eur gir c’hoaz ’rôk klozan ma zon !
Bew evrus aman, ma mignon.

Evrus kichen da iliz koant,
Pell diouzit poan ha nec’hamant,

Evrus ’n eur vro a zo ken brao,
Gant he zaonio hag he c’hoajo !

’Lec’h ma klewi trouz ar sklujo
Ha kân flour an evnedigo ;

’Lec’h dreist-oll ’kavi karante
A zo gwell c’hoaz ’wit kement se !

Ha breman, pôtred Coatascorn,
Fin ’zo d’am zon, tanet ho korn !


————


D’AN OTRO JULOU
   Person Loguivi-Plougras,
Chaloni Roaon ha Sant-Brieg.

            ————


Ton : An durzunel


A zamdost d’eur ster vihan, sterig sant Milion,
A ruilh he dour ’n eur drouzal, e-kreiz eun draouien don,

Gwechall El-mat ar barouz, da hekleo Breiz-Izel,
A gasas ar girio-man war eskel an awel :

« A greiz kalon, gant dudi, kanet ganimp Breiziz,
« Rak ’n ho touez ’welfet dibab, ’wit liorz an lliz,
« Eur bugel a dle genel war douar sant Ivi,
« Eun de uheloc’h ’witan en Breiz ne vo hini.

« Sekretour ha vikel-vras ’kichen eskop e vro,
« Goude-ze en ker Vilin hanvet eskop d’e dro.
« Met Milin a zo re bell !… Bugel sant Milion
« A dostao d’ar vro goant ’lec’h ’chomo e galon.

————



Goude bean da Vreiz komzet
An El a c’halv e vignoned,
Tud Logivi, kristenien vat,
Hag e lar d’ê hep chipotat :

« Ma tennet lorc’h eus ho tour koant,
Me a zo sur, holl ho peus c’hoant
E ve kresket ha kaeraet
An iliz ’lec’h oc’h badeet.

E-keit ma vo ho kenvroad
Pell-pell, du-hont, oc’h ober vad,
Me glasko d’ec’h eur pastor mat,
A lako tud da gizellat.

Da gizellat mein-benerez.
Da hadober ho keur a-bez,
’Pad ugent vla, hep diskwizan,
Gant hoc’h iliz ’ray ’met poanian.

Hag hoc’h iliz, hadneweet,
War-dro he far n’ he devo ket,
Mar de uhel an tour ’n he fen,
’Vo ket kaeroc’h ’wit he nefen !


O ! mil bennoz a lavarfet
D’ar beleg mat an nevo gret
Eus hoc’h iliz eur belezen
Kuzet ken brao kreiz an draouien.

Doue eo a baeo hepken
An hini ’no poaniet kement !
’Mes arc’heskop ho pro garet
E bastor mat n’ankouao ket !

Ha pa vo deut da Vreiz-Izel,
Me ay da Roaon a den-askel.
Ne vin ket pell !… pa zistroïn,
’N otro Julou ’vo chaloni !

Chaloni Roaon ha Sant-Briek
’Vo ar beleg ken kalonek
A ’n em stago ouz ho parouz,
’N eur ober vad sioul ha didrouz. »

An El ’nevoa lavaret gwir,
Ha n’an eus ket manket d’e c’hir !
Bewet pell c’hoaz, den a galon,
En disheol tour sant Milion !

————


KANAOUEN D’AN OTRO DISEZ
                  Person newe Lohuec
                   (23 a viz c’houewrer 1908)

                          ————



A-rôk ma teu an heol hanv d’ober d’ar bleun diwan,
Da lakat richan ha kân e beg an evn bihan,
Me, barzig paour, a fell d’in kanan a-greiz kalon
’N enor d’an otro Disez, newe-hanvet person


E parouzig Lohuec, ’tre Kerneo ha Treger,
’Tu’r c’hreiz de da Logivi, stok ouz ar Finister,
Ez eo digouezet d’ean eur loden c’hoanteet
Gant meur a berson, sur ’walc’h, hep komz eus kureed.

E Lohuec, ’vel gwechall, e paroujo hon bro,
Ar gristenien ’deus miret gizio-mat hon tado ;
Gwelet hon deus, en de all, gant pebez karante,
Ez eo bet digemeret ’n otro person newe !

Ya, daoust ma oa, en de-ze, an amzer fall ha louz,
Da di an otro Julou, holl benno ar barouz
A zo deut goude kreiz-de, levenez ’n o c’halon,
Da gerchet ’n otro Disez, bugel sant Milion.

Hag an otro maer e pen, ’dreuz da Goad-ar-Markiz,
Beleien, kuzuilherien, gante kezeg diskwiz,
A zo deut da Lohuec, ’lec’h ’vralle ar c’hleier ;
O ! ’wit eur person newe, kaerat da digemer !

————


Ton : Mouez ar c’hleier (p. 17)


Ha breman, tudo, pan-eo-gwir
Eo ’rabad d’in bean re hir,
Ma lezet, en eur chanj a don
Da ganan d’ho person eur zon.

Ar memes de, en Plouaret
An hent-houarn ’moamp kemeret
’Wit mont da Gloerdi Sant-Briek
’R bla pewar-ugent-ha-daouzek !

E-tal ar mor, te, goude-ze
E parouz Plouvouskan kure,
Me ’oe hanvet e Sant-Servez
E bro Kallak, ’lec’h e teuez.


Tremen seiz vla ’zo e Gwengamp,
A belech ’rez aman eur lamp,
Evel breudeur hon deus bewet,
Pe vije joa, pe boan-spered.

Ha daoust d’in-me da gaout keun,
Ewidout ’m eus kuntuilhet bleun ;
Ret-mad eo d’in o dispakan,
P ’eo gwir ’on deut herie aman.


Savet gant tud hag a gare
A-greiz o holl galon Doue
An otro Disez, evelte,
A-gren ’n em ro d’Ean ive.

Stag-mat e galon ouz e vro,
Gouest da doman ar c’halono,
Ne glasko ’met eun dra aman :
’Vo karet Doue, da gentan !

Ha ravo Jezuz-Krist meulet,
’Vel er beure-man ’n eus laret,
’Wit m’hallo, en tiegezo,
Skuilh e vennoz hag e c’hraso !

Parousianiz Lohuec,
Me gred, ho person kalonek
A ’n em blijo ganec’h aman ;
C’houi ive vo evrus gantan.

Gant e vouez kaer hag e ganio
E ray tridal ho kalono,
Hag e gador, gant e gomzio,
Ray sklerijen d’hoc’h ineo.

Sturian a ray ar vugale
’Trezek ar vad, ’trezek Doue ;

D’an dud yaouank ’selaou e vouez,
Hag ’kersfont en hent ar furnez !

An dud a boan, hag ar re goz
’Vo klewet o laret bennoz
D’ar beleg ’no o c’honfortet
E barz en o foanio kalet.

En hoc’h iliz koant, a c’hiz-koz,
Diazeet war lein ar roz,
Holl e kavfet c’hoaz levenez,
O pedi Doue asamblez.

Ar garante evel chaden
Trezan hag e barouz kristen,
Na diaoul na den n’hallo kammet
Trec’hi warnoc’h holl, unanet !

————



N’hallan dihan hep kas eur beden
D’an Hini ’n eus karet kement,
D’an Itron Varia Wir-Zikour,
’Wit ma vinnigo e labour :

O Patronez oat kerig Gwengamp,
Chomet bepret e wellan Mam,
Ha tolet eur zell a drugare
’Warnan hag e barouz newe !
(Diou wech).


————


D’AN OTRO BESCOND
         Person newe Plouaret
               (15 a viz Du 1908)

                 ————



Parouz Plouaret gwechall he far n’he devoa ket ;
Peder chapel warn-ugent war he douar savet !

Kestel du-man ha du-hont, ha tud brudet meurbet,
E Treger kaeroc’h ’witi ne oa parouz ebet !

Daoust ma zo bet distaget diouti eur skolpaden,
’Wit ober ar C’hoz-Varc’had, an eil evel eben
A ra c’hoaz diou barouz kaer. Iliz vrao ’deus ar verc’h,
Gant hec’h iliz koz ar vam n’eo ket chomet war-lerc’h.

Pa oe gret an disparti, e oa, en Plouaret,
Eur beleg meurbet gouiek, ha gant an holl karet,
Diwar-ben ar person-ze, ’komzer c’hoaz alïes ;
Eun den, eme ar re goz, ’oa an otro Denès !

Breman a zo pemzek vla, unan all a zo deut,
Mat ha kalonek ive, daoust ma seblante reut,
Eur beleg santel da vat, ha n’ouveas biskoaz,
Chanj a liou d’ar wirione. Maro ez eo, siouaz !

Eur ween, kouet d’an douar, e c’haller kât he ment ;
Pa ve tremenet an den, anveet diagent,
Ez eo ezetoc’h ive gôut e dalvoudegez,
Hag ar mignon ’c’hall neuze komz eus e vadelez.

An otro Stephan, dalc’hmad, didamant a zo bet
En e genver e-unan, ’kenver re-all n’oun ket ;
N’en devoa kammet disket rei eun tu-gin d’e c’hir,
Na trei pen gant pep awel ; trempet ’oa evel dir !

Plouaridiz, diwallet d’ankouaat anean !
E boan kouk hag e arc’hant ’n eus dispignet aman.
Ar skol gristen, an iliz, ha gweren-vras ar c’heur
A laro ’oa ’n em roet, ’vel ’n em ro ket nemeur !

Ar barouz, pa aruas, war goz a oa eun tam,
An otro Stephan, zoken, ’gave pounner ar zam ;
’Met souc’h e alar oa mat hag e brezegenno
Tam-ha-tam ’deus digozet douar ar c’halono


Hag o furchal an douar, eun de en eus kavet
Eur goz-vedalen velget, eno pell oa kuzet ;
Gwalc’het ’n eus ar vedalen ; warni ’tizoloas :
’Neun tu ’skeuden ar Werc’hez, ’n tu-all skeuden ar groaz !

Neuze ’teuas ’n e spered eur zonj, sonj ar c’haeran :
Gwechall, ’mean, eur groaz aour a oa er barouz-man ;
Kroaz aour parouz Plouaret, siouaz, ’zo bet laeret,
’Met ar Fe, er c’halono, a welan ’zo chomet.

Setu ar vedalen-ze, ’n otro Stephan maro,
Roet d’an otro Bescond, misioner hon bro,
Kouean ’ra etre daouarn ha n’emaint ket e noaz,
Daouarn ’ray d’ei, a gredan, Juchan eun tammig c’hoaz !

Komz eus an otro Bescond a ve, sur, poan gollet,
Rak dre ar vro neus hini eveltan anveet,
Anveet ’vel prezeger ha poanier didamant,
Elech ma ve ’oar ober labour kement ha kant.

N’ho peus ket klewet ’nean meur a wech ’n hoc’h iliz,
Ha n’ho peus ket lavaret : Hennez kammet na skwiz ;
Pa ve eur gir o tont ’maez, ’kichen an toull dek all
A ve o voutan warnan, hag holl ’vont dishual.

Ha kaerat da Vrezoneg a ouve dispakan !
Nep hen klew a renk laret : Tremen mestr eo heman !
’N e c’heno ar brezoneg ’zo dous d’an diouskouarn,
Evel ma ’z eo ar voulouz hag ar zei d’ar daouarn.

E-keit ha ma ’n eus troet en-dro da Blouaret,
’Vel kure pe ’vel person, karante ’n eus kavet :

Perwenan, Plistin, Gwengamp, Plunet, Paonrit-Beskont
N’o deus ket c’hoaz ankoueet hano ’n otro Bescond.

Ewit an dud a hep oad e galon digor-frank,
En eus an tu da c’honit, dreist-oll, an den yaouank,
Dre ’lec’h ma ’n eus tremenet, ar yaouankiz, dalc’hmad,
He deus bet kavet ennan eur mignon hag eun tad !

Karante e genvreudeur ’n eus pell zo goneet,
Rak da rei dorn ha zikour, eveltan nan eus ket,
Ha pa ’z eo deut ar c’helo ’teue da Blouaret,
An holl o deus lavaret : Dibab-mad a zo gret !

Itron-Varia ’Blouaret, d’Ec’h ma gir diwean !
Binniget an Tad newe, hag e barouz gantan ;
Skoulmet erfad ar chaden ’stago ar c’halono
Ouz Doue, ouz ar pastor, hag ouzoc’h war eun dro !


————


PLISTIN
————


Ton : An durzunel.


Na koant eo kerig Plistin, kuzet etouez ar gwe,
Gant hec’h iliz, he c’houent hag he c’hlandi newe !
Tost d’ei ar mor bras, bemde, a ruih e wagenno,
En eur drouzal goustadik a-hed an traezenno.

Diwar lein tosen sant Rok kaerat da dol-lagad !
En eur drei, dirak ho sell e welfet o ’n em gât :
A-dal d’ec’h iliz Lanveur, ha chapel Ker ’n Itron,
A-deo tïe Lokirek, ha rec’hel ar mor don.

Dindanoc’h eman Plistin koajo glas ’n e gichen
Gant e dïe gwen savet hed-ha-hed an dosen,
Ha pelloc’h Toul-ar-C’hiri, ’lec’h ’zo traez ar c’haeran,
Traez munut hag arc’hantet, pa bar an heol warnan.

Tu hanter-noz, ’n ho kichen, kastel ’n Itron Dizien,
Karet gant an holl dud vat, dreist-oll gant ar bewien.
Er pellder tour Trebeurden, tour Pleuveur ha Tredraez,
Sant Eflam ha Log-Mikel en daou ben ar Leo-Draez.

’On ’paouez laret hano ar vadoberourez
Chomet yaouank intanvez, d’ezi eur benherez ;
Ar benherez ’deus lezet ar bed hag he mado,
Ar Varkizez, he mam vat, ’zo Providanz ar vro.


Skolio kristen ’deus savet, derc’hel ’ra ’nê ’n o za ;
Leanezed hep repu a zo ’n he feadra ;
Klanvourien baour ha tud koz o deus eur c’haer a di ;
Er Prat-Ledan ’m eus gwelet tud evrus er c’hlandi.

Ya, evrus an dud koz-ze, daoust ’maint en eur c’hlandi ;
Gwelet ’m eus ’n o daoulagad ec’h int holl dizoursi :
Gant magadurez ar c’horf ’deus hini an ine :
O ! na brao ’vo d’ar re-ze mont d’an eternite !

En eur dremen dre Blistin em eus kât kaer ar vro,
Gant ar mor war an draezen, gant koajo glas tro-zro :
Kaeroc’h kalz em eus kavet gwelet ar vad a ra
Eur Varkizez a Blistin gant he holl beadra.

————


ITRON-VARIA ’GERITY
————


A greiz kalon ha gant fe grenv
Meulomp holl hon Fatronez,
War an douar, evel en nenv,
Hi ’zo bepret Rouanez !

Diskan :


Itron-Varia ’Gerity,
Binniget yaouank ha koz !
Labourerien ha merdidi,
Holl e c’houllomp ho pennoz.


Tost d’ar mor bras leun a rec’hel,
Hoc’h iliz ’zo bet savet,
En eur lec’h koant a Vreiz-Izel ;
Koantoc’h ’ve dies kavet.


En iliz-ze ’peus eun ôter
’Lec’h e tron ho skeuden gaer :
Dirak ar skeuden-ze ’peder
Gant fianz, o Mam dener !

Diraki ’teu ar vam gristen
Da westla d’Ec’h he bugel,
Hag ar priejo en anken,
Pa groz ar mor, du-hont, pell.

Ya, aman ’teuer da laret
D’ar mor treitour bean mat
En-kenver ar vartoloded,
’Renk bean warnan dalc’hmad.

Aman, Gwerc’hez, e frealzet
Ar c’halono glac’haret,
P’ o deve, siouaz de, kollet
Ar re gante ken karet.

O Gwerc’hez, ganec’h ni ’c’houlen
Ma chomo start en hon c’hreiz
Ar greden hag ar Fe gristen,
Keit zo gwriennet en Breiz.

Gret ’vo renet ar vugale
Gant tud kristen, mam ha tad,
’Wit m’ o devo doujanz Doue,
Ha ma kerzfont en hent mat.

’Wit ma kerzo ar yaouankiz
Dalc’hmad en hent ar furnez,
Gret ’tarempredo an iliz,
Ha m’ho karo kalz, Gwerc’hez !

D’an den sammet gant ar blaio
Frealzidigez roet,
Dindan e vleo gwen ra vezo
Ine direbech bepret !


Diwallet holl dud ho parouz
Ouz a bep reuz hag anken ;
Gret d’ê, eun de, Mam vat ha dous,
Kât evrusted da viken !

————


KANTIK SANT IVI
————


Ton : Hon c’hanaouen a zo dister, Ni ’zo pesketerien baour


Parousianiz Logivi,
Kasomp, a greiz hon c’halon,
Hon feden ’trezek sant Ivi,
Hon zad hag hon zant Patron.

Diskan


O sant Ivi, eus lein an Nevo,
Diwallet ho pugale ;
Miret en o c’hreiz ar Fe grenv
Ha kennerzet o ine,
Ewit ma chomfont bepret
Kristenien, gwir Vretoned !
(Diou wech)

Ho mam Nona oa eur zantez,
En he c’hreiz start ar greden ;
Gret ’devo ar vugale gez
Eveldoc’h mammo kristen !

C’houi ’pad ho yaouankiz ken fur,
Bezet skouer an dud youank,
Bezet o sklerijen, o stur,
’Wit ’gouefont ket ’barz ar fank.


Doue ho tibabas gwechall
Ewit prezeg e hano ;
Ganech ’vije pladet ar fall,
Trec’het ar falz-kredenno.

En hon amzer ar fall ive
’Zo dishualet ’n hon bro ;
Eur brezel euzus, didrue,
A zo gret d’hon c’hredenno.

Stardet ar fe ’n hon c’halono
Ha harzet brec’h an dud fall
Da diframan diouz hon bro
Furnez, gizio-mat gwechall !

Pa ’oac’h arc’heskob Minivy,
En Breiz-Veur, ’lec’h ’oac’h ganet,
Nag a vurzud, o sant Ivi,
Dre ho peden c’hoarveet !

Eun den maro resusitet,
Ineo a vern salvet,
Ar gweled da daou dall roet,
Ha burzudo all c’hoaz gret !

Doue an nevoa gret d’ec’h gôut
An de e vijec’h marwet.
Aboe merk dimeus ho kalloud
Meur a wech ’zo bet gwelet.

Dirak ho relego santel
Gant fianz ni a bedo !
Pa deufomp betek ho chapel,
’Dro d’ei beio hon zado.

Deut breman, o sant galloudus,
Da zikour ho pugale,
Ha goulennet digant Jezuz
Ma ’vo dinam o ine !


Ma vo bepred karet Doue,
Ma vo ar gerent divlam,
Ma vo kristen ar vugale,
Kristen an tad hag ar vam !

Diwallet parouz Logivi,
Ouz a bep droug he miret,
Hag eun de, en Nenv, sant Ivi,
Gret d’imp bean unanet !

————


Peden da Zantez Barba
————


O santez Barba evurus,
Diou wech kurunet gant Jezuz,
Kurunet evel merzerez
Ha kurunet evel gwerc’hez !

Plijet ganec’h a bep gwalen,
En pep lec’h, dalc’hmad hon difen ;
Miret hon zud hag hon mado
Ouz an tan hag ar c’huruno !

Reit d’imp ar c’hras ’rôk hon maro
D’hallout kât hon zakramancho,
Ar c’hras da gât eur maro mat,
Deut da zerri hon daoulagad.


————


Martoloded ar « Iena »
————


Kaon adarre en hon bro !
Kaon ha tristidigez !
Ne glewer komz tro-war-dro
’Met eus bugale gez,
Bugale hon bro lac’het,
En kof eur lestr brerel !
Ar vro ar muian gwasket
Dalc’hmad eo Breiz-Izel !
Nag a Vreiziz adarre, e-kreiz o oad skubet !
Tud yaouank, krenv ha yac’h-tre en eun tol bruzunet !
Penôs eta, ma Doue, e lezet ar maro
Da ziskar ken didrue martoloded hon bro ?
Breiz aboe eur pennad ’zo, a bae eur gwall-skoden,
Dalc’hmad, p’aru gwaleurio, enne ’deve loden !
Bugale he deus eta, bugale niverus,
Na grenont dirak netra, betek mervel sentus !
E-touez ar vartoloded
Drailhet war ar Iena,
Hanoio ar Vretoned
Eo a gals ar stanka !
Enor d’ar re ’zo koueet,
Henvel ouz merzerien,
Enor d’ar re ’zo chomet,
Breiz, enor d’az mibien !…
Pell a zo bugale Breiz,
War vor ha war douar,
A goue ’wit ar Franz a-leiz,
Hag ar Franz ’zo digar.
Ya, digar eo ’n o c’henver,
Ret-mad eo hen laret,
Ar Franz n’ ra ket he dever
’Kenver ar Vretoned !
Ma ro Breiz-Izel d’ar Franz kement a vugale,
Ar Franz n’ gleje ket, michanz, kas ken prim da vale
Ar beleg a c’houlenne gwelet ar glanvourien,
Rak ar loden-vras ane, sur-walc’h, oa kristenien.
Prezidant ar Republik, pelec’h eta eman,
Pa ra ’n Eskob katolik ar beden diwean ?
Ne gred ket en em ziskoe, ’wit laret, dre eno,
Penôs ec’h eo c’hoaz Doue mestr bras an armeo.
Mes n’eo ket ar Franz gwirion a zo oc’h ober-ze,
Kentoc’h kals ar Franmason, gwir enebour hon Fe !
’Ni, Breiziz, da vihana, pedomp ewit ar re
’Zo marwet war ar Iena !… Doue gant o ine !


Martoloded ar « Latouch-Trevill »
————


Re alïes, siouaz,
E renker son glas
En hon Breiz-Izel....
Ma vije c’hoaz brezel !
Ma vije ’wit difen
Ar vro eo e koejent
Ar vartoloded-ze,
E vije digare
Da laret : Breiz-Izel, enor d’az pugale
A varw ewit ar Franz !… Labour ’ve da vale
Ewit gallout kavet martoloded dispar
Evel ar re diwan dre-oll war da zouar.

Goude ar Farfadet, ar Lutin, ar Yena,
En bourz ar Gurunen, en eur ober tri bla,
Eiz war-nugent maro ! Bretoned peurvuian,
Ha daou-ugent den all gwal-dapet ! Ha breman,
War ar Latouch-Trevill,
Gwad adare, gwad puilh,
An eus, siouaz, redet
En deio tremenet !
Pemzek den, en eun tol
Eur c’hanol bruzunet
Gant eur poultr milliget
Ha niver a re-all
Tizet ha mac’haniet.
Nag a dud ankeniet !

Nag a vam adare
A vo trist o doare !
Nag a dad, a vugel,
Dreist-oll en Breiz Izel
A ouel en deio-man
Ar re ’garent muian !


Tintet, kleier Breiz ; tintet, sonet glaz,
Rak daouzek Breizad, war bemzek, siouaz,
’Deus kât ar maro war ar lestr brezel :
N’eus bro ’bet gwasket evel Breiz-Izel

Youl Doue a zo don ! Mes eun dra koulskoude
A ra da gals laret : Ma, adalek an de
Nan houller ken war vor beleien ’vel gwechall,
Gant ar vartoloded… an treo a gerz gwall-fall !


————


Ewit frealzi kerent kristen
kollet gante eur bugel a 23 vla
————


Eun de, ’n eur dreuji eun draouien,
E welis eur lilien
E-kichen eur voudennad spern,
Bleunio gwen enni a-vern.

— « O bleuen, rouanez ar bleun
« Sur-mad te a pezo keun,
« ’Wit bean ebarz an draouien
« ’Us d’ar spern savet da ben.
« Ma koueez e vi piket
« Hag e kolli da gened ! » (diou wech).

Ar lilien d’in a laras :
« Marteze, kouein warchoaz ;
« Mes ar bleun ’zo en o c’haeran,
« Bean piket nan hallan ! »

« O lilïen, bleun dispar,
« Touez holi bleunio an douar !
« N’ouzout ket, siouaz ! ’pez a gus
« Er bleun muian lugernus :
« En o c’hreiz eun daken dour !
« Dindanê piko treitour ! »
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
E kichen eur c’hoad bras meurbet
En draouien em oa gwelet
Ar lilien savet he fen
’Us deur voudennad spern gwen


Pa distrois ne gavis ken
Ar lilien en draonien !
Ne welis ebarz ar c’hlazen
’Met roujo treid dierc’hen ;
Ha gliz-beure tro-war-dro,
O lugerni ’vel daero.

Krouer an Nenv hag an douar
A ra pep tra ’wit e c’hloar ;
Pa gav bleun kaer en hon zraouien,
E tiskoue ’ve o ferc’hen.

E Vam zantel, Mam d’ho pugel,
Eo ’zo bet, a den-askel,
O kerc’het, ebarz an draouien
Ar lilien koant ha gwen,
’Wit he c’has d’ar Baradoz,
’Lec’h eman ouz ho kortoz.

————


Klemmo ha peden eur
glanvourez yaouank
————


Ton : Kastibelza


O ma Doue, kemeret true ouzin,
Me a zo klanv !
Reit d’in yec’hed, me ho ped, ’wit ma challin,
Arôk an hanv,
Hadkavet c’hoaz al levenez an danva,
Goude klenved,
An den yaouank an neve c’hoant da vewa,
Da chom er bed. (Diou wech).


Nan eus ket choaz ’met eun nebeut blawezio
’Boe ’on ganet ;
Dec’h ’oan bugel, pell pell diouzin ankrezio,
Poanio kalet !
E diskeol tour iliz ma farouz em eus
Kresket evrus ;
Herie an de, gant ar c’hlenved em eus reuz,
Reuz ankenius !

Ha koulskoude e oa digor ma c’halon,
Ha digor frank,
D’ar garante ken birvidik, ken gwirion
En dud yaouank !
O ya, em c’hreiz, em c’halonig, o toman
Me a zante
An dra gaeran ’c’haller kât en douar-man :
Ar garante !

N’on ket ganet en eur c’hastel alaouret ;
Ze na harz ket
’Nevoa Doue ma loden d’in-me roet,
Pa oan ganet :
Eun tiig koant, ha kerent eus ar gwellan,
Nerz ha kened !
Peadra ’walc’h da gât war an douar-man
Evurusted !

Renket am oa pellât diouz ti ma c’herent,
Poanian da-vat ;
E-touez an dud, bewan ha gouzout ma hent
Dibab dalc’hmad !
Bete vreman, ma renken ’wecho c’houezan,
Me ’diskwize ;
Ha ne oa ket evurusoc’h er bed-man
Ewidon-me !


Breman, siouaz, ma dioujod a zo koachet,
’Meus ken a nerz !
Ewit louzou, arc’hant gant poan goneet
Ac’h a em c’herz !
Ne gouskan ken, hir e kavan bep nozwez !
Pegoulz eta
E c’hallin c’hoaz ’vel arôk, en tiegez,
Sevel kenta ?

Pa deuy an heol da strinka warnomp tomder,
Eus an oablo,
Ha pa grogo an evned ’touez ar girjer
D’ober nejo,
N’hallan kredi ne deufen ket me ive
C’hoaz da grenvât,
Ha da c’hallout, goude ma c’hlenved, Doue
Trugarekât !

N’ankoein ket pegen dister eo an den,
Ar c’hrenvan den !
E damm yec’hed ’zo diwar bouez eun neuden,
Ha netra ken !
O ma Doue, yac’h pe glanv, evel breman,
Me a laro :
Ho polante bezet gret en douar-man,
’Vel en Nenvo !


————


D’ar Bleunio
————


Bokejo kuzet en draouien,
Ouz ho kwelet me ’ve laouen,
’Vel ma c’halon, c’houi ’pe ive
Daero e kreiz ho pleun newe.

Pa ve tomder e-kreiz an de
’Vel ma c’halon sec’hed ho pe ;
Piou a rey d’imp freskadurez ?
Piou a rey d’hon sec’hed paouez ?

’N disteran awel gri a ra
A lak ac’hanoc’h da blega ;
Eun ezen glouar da dremen,
Ha kerkent e savet ho pen !

War gât an nenv ’savet ho pen,
’Us d’ar yeot hag ’us d’ar c’hlazen,
’Vel ma c’halon ’fell d’ec’h tostât,
’Wit kât nerz, ouz an nenv dalc’hmad !

Berr e vezo an dewejo
A dremenfomp aman, bleunio !
Roomp, ’keit ’vefomp en draouien,
Da Zoue c’houez-vât hon helen !


————


LILI GWEN
————


E-touez holl bleunio an douar,
Ar lilïen a zo dispar ;
Gant he c’houez-vat hag he c’hlanded
’Eo rouanez ar bleun bepred.

Ne blij ket d’ei an awel yen,
Pa c’houez e pak kerkent he fen ;
Ne ziwan ket en douar fall ;
Ouz ar glao eo ret hen diwall.

Peurvuan e ve kuntuilhet
Ewit kaerât lec’hio karet ;
Gant lili gwen e kempenner,
Eus ar c’haeran, be pe ôter !

Henvel-tre ouz ar lili gwen
’Kavan ar yaouankiz kristen ;
Ar yaouankiz a ’n em ziwall
Ouz ar bed ’zo breman ken fall !

Ar burete eo ar vleuen,
Ar vodesti an delio glas
Anez pere ar lilien

’Deu buan da wenvi, siouaz !


————


DIZOURSI
————


A-us d’eur wazig-dour,
Eun evn ar c’hoantan,
Pignet war veg eur skour,
’Gane ’kerz an han.


An heol a lugerne
E krec’h an oablo,
E keit ma tregerne
Ar c’hoad gant kanio !

Kanio eur mesaer
E disheol ar gwe,
Kustum er prajeier
Da vean bemde.

Eun tammig ezen flour
Lake ar branko
Da hijan ’us d’an dour
Hag ’us d’ar bleunio.

Ar mesaer bihan,
O welet an evn
Luskellet ’pad e gân
Eas d’ean ez-eün :

« Pignet war an derven,
O evnig bihan,
Ken koant da c’houg melen
N’e teus ket a doan

E teufe an awel
Da derri ar brank,
Ha d’it neuze mervel,
Te c’hoaz ken yaouank ?

Ma teufe d’it kouean
Ebarz dour ar waz
Ken don el lec’hig-man,
’Ves beuet, siouaz ! »

— « Kwik ! kwik ! o mesaer
N’em eus doan ebet,
Me zavfe prim en er,
En dour ’gouefen ket !


Doue d’imp ’n eus roet
Diouaskel ’wit se ;
War ar brank luskellet,
On dizoursi tre !

Ma tor, me a nijo
War eur skour krenvoc’h,
War bîni me gano,
Mar gallan, gwelloc’h. »


————


AN DISKAR-AMZER
————


An heol an eus paouezet da skuilh warnomp tomder ;
Ne bar ken evel en hanv, a-blom, ’barz an oabl skler ;
Diouz ar beure ha d’an noz, breman, eun ezen yen
A ra d’an delio gwenvi, dont da vean melen.

An de ive ’zo berêt, ha kloc’h an anjeluz
A renk son kalz abretoc’h, pan a an heol da guz !
Deut eo koulz an awelach ha koulz ar glaoeier,
Deut eo ar c’houlz ma weler goulou ar parkeier.

Evurus al labourer, hag e dud ’n e gichen,
An eus klozet en e leur boutello plouz ha foen,
An eus ebarz e c’hrignol peadra da vewan,
Paeet e dam gourmikel, pa ve ar c’houlz, gantan ;

Ma ’n eus c’houezet ’pad ar bla, kemeret poan da-vat,
Ewit hadan ha dastum, labourat park ha prat,
Breman an eus an digoll, hag e galon laouen,
E c’hall tanva, gwech-ha-gwech, eur bannac’h jist melen.

E-pad an hanv, e weler, dreist-oll war hon aocho,
Diavezourien a vern, ha distoladenno ;
Distroet ez int d’o c’hlud, ’n eur laret kenavo,
Kenavo da vla da Vreiz, ’gavont eur gaer a vro.


Mes n’et ket da gredi d’ec’h e ve kaer hepken Breiz
E-pad ar c’houlz ma weler tud diavez, a leiz,
O c’hoari war hon aocho, o redek ’n hon hencho ;
Pa deu an diskar-amzer, o me ’gav brao ma bro.

Ma ’kroz gwech ha-gwech ar mor, ma sailh war ar rec’hel,
Eo dudius hen gwelet hag hen klewet a-bell.
Hag en-kreiz hon douaro, ma velena ar gwe,
Ne zeblantont ket lakat eur gwiskamant newe ?

Eur gwiskamant alaouret, a blij d’hon daoulagad,
A gomz dizeblant ive, da galon pep Breizad ;
Ar Breizad a blij d’ean hunvreal, envori,
Pa velena an delio, p’a kwit ar gwenili !

Neuze e teu da sonj d’imp e tosta ar gouel kaer,
Gouel an Oll-Zent, an Anaon, ma teuer, gant preder,
Da zaoulinan d’ar vered, war be an dud varo,
’Lec’h skuilher dour binniget mesket gant an daero.

Neuze ’n em sonj pep-hini ’n eur vont dindan ar gwe,
E dreid o veskan ’n delio, hed-ha-hed an toufle ;
Berr-berr eo bue pep den ; ’vel an delio ive,
Ni ’vo diskaret, hep mar, gant ar marv didrue !

Delio liou-koar, c’hoaz oc’h stag ouz ar skour, er ween,
Gwintet oc’h uhel meurbet, mes ne vo ket pell ken
An awel ho tistago, ha neuze ho kwelfer
O tarnijal ’vel keun d’ec’h, a-us d’ar parkeier !

Hag o welet hon c’hoajo o koll o gwiskamant,
Meur a galon ’vo karget a doan, a nec’hamant.
Siouaz, ’wit meur a hini an delien diwean
Na vo ket zur-mad koueet ma vo ken er bed-man !


Koulz kalan-gouanv ’zo garo ewit ar glanvourien,
A weler kasti ha treut evel eur baluc’hen ;
Mouez ar c’hleier, d’ar c’houlz-man, war eskel an avel,
Alies a gas kelo eus marv, en Breiz Izel !

Mes ewit ar Vretoned miret gante o Fe,
Ar maro kri nan eo ket eun disparti a dle
Bruzuni ewit biken ar liam ’stag ane
Ouz an holl dud a garont ; ne varv ket an ine !

Ha setu perak bep bla, dent an diskar amzer
Ar Vretoned en em blij, gant eur galon dener,
O sonjal er re varo, o pedi er vered,
Pa velenna an delio, ’rôk bean diskaret.

————


NOZWEJO EVEL GWECHALL ETAL AN TAN
————


Azeet etal an tan, goude ve tapet koan,
Na brao ez eo diskwizan, hag ankouaz ar boan,
’Keit ma c’houiban an awel e krec’h ar chiminal,
Ha ma klewer war ar gouer glao a-builh o trouzal !

Chipot-holen ha skebel, bank-tosel ar gwele,
Bet warne, a rum-da-rum, kerent ha bugale,
A dastum, pe ve koaniet, an tiegez a-bez
Hag awecho eur c’honter, dewejer pe baour kez.

Eur bannac’h jist ’ve tennet, ha laket tal an tan,
Ar wersed a den prestik o zam korn-pri bihan,
Ar merc’hed a glask o stam ha Yan-Gren, prez warnan,
Eus potr ar c’hontadenno, ma c’hall, ’vo an nesan !


Eur vam-goz, hi daoubleget, gant he c’har da nean,
Hag he c’hegel-lin dalc’hmad, a deuio d’azean
Damdost d’ar golo-lutik, ma ve ket golo-all,
Ret d’ei kas he c’har en-dro, ’vel vije gret gwechall.

Ha goude eur gir bennak, keloio pe dreo-all,
Tanveet gant ar wersed ar jist, nan eo ket fall,
Erwan, pôtr ar marvailho, a grog da displegan
Eur gontaden a bado eiz de d’an nebeutan !

Gwech ar zelaouerien holl a diroll da c’hoarzin,
C’hoarzin ’reont ’leiz o c’hof : Erwan an eus ijin !
Gwech-all Erwan a lakadour ’barz an daoulagad ;
Ze n’hen harz ket da danva gwech-ha-gwech ar jist mat !

Strakal ’ra ar c’hoad en tan, brao vezo d’ar skrilhed
Kanan ’barz ar fornigel, ’rôk dont war an oaled,
Ewit klask bruzun krampoez, chomet warlerc’h Janned
A gas ken brao he sklisen war ar gleurc’h intanet.

Ar c’har-nean, awecho, ’baouez da vont en dro,
Bep tro ma teu da Erwan komz eus tud koz ar vro,
Eus an Dispac’h-vras, dreist-oll, koulz ma oe dimeet
Ar re goz gante kuset beleien argaset.

Awecho all e komzo eus brezel ar C’hrime ;
Eur martolod diskwiz-mat ’oa Erwan d’ar c’houlz-ze,
’Pez a lar n’eo ket skrivet ebarz kalz a levrio,
Mes gallout a rer kredi an hini ’oa eno.

Hag e-keit ha ma klewer, dre veg ar chiminal,
An awel o c’houistellat, goude o vouboual,
E teu ar c’houlz da baouez, en despet da Yan-Gren,
A dremenje, o selaou, an noswez pen-da-ben !


An amzer ’zo tremenet evel eur luc’heden,
C’hoarzin, gouelan, envori… ha neuze ar beden,
Ar beden war an daoulin, arôk mont da gousket
Nozwez-vat, nozwez kristen, ’vel gwechall tremenet

————


En Bered ar Barouz
————


Hed-ha-hed ar wenojen a zo ’tre ar beio,
D’ar c’houlz ma vera an de ha ma koue an delio,
Elec’h ’ve bet douaret mignoned ha re-all,
Na vad a ra d’ar c’hristen tremen ’vit hunvreal !

Er paroujo tro-war-dro, ar glaz noz a zone,
Ha mouez klemmus ar c’hleier ’us d’am fen ’dremene.
An awel ive, sioulik, en beg eun ivinen
A drouze gwech ha gwechall, henvel ouz eur beden.

Ma unan-pen er vered, etouez an holl veio,
Kempennet brao ha warne, du-man, du hont, bleunio,
Kroajo du ha kroajo gwen, mein-be eus ar c’haeran,
En em laris evelhen : « Me ive ’deuy aman !

» Aman pe ’n eur vered-all, eun de me ’diskwizo !
» Ma ne varv ket ma ine, ma c’hort paour a deuio
» Da ’n em distagan dioutan, ha neuze ’vo kaset
» D’an douar santel ive !… Pegoulz ? Nouvean ket !

» Ha dont a raio neuze mignoned ’us dean
» Da bedi ’wit ma ine, da bedi ’n eur ouelan ?
» Siouaz, pa ve marv an den, ’ve buhan ankoueet,
» Koulskoude ’zo mignoned ha nan ankoueont ket !


« Ya bean a zo eur vro, elec’h ne diwan ket
« Ar louzaouen disprizet er bed-man anveet,
« He hano ingratiri ; louzaouen an ankouad,
« Ar vro-ze eo an Nenvo, elec’h man ti hon Zad !.. »

Setu perak, en noz-ze , ’n eur vale er vered,
’Neur zellet ouz ar beio, e laris em spered :
« Nag a ine paour a zo dilezet hag ankouet !
« Ewit pedi ewite, ne junt daouarn ebet. »

Hag e-keit ma tremene war eskel an awel,
Mouez ar glas-noz, a zone, du-hont, en tourio pell,
E-keit ha ma hirvoude an awel ’beg ar gwe,
’Wit an Anaon, da Zoue, eur beden me ’gase.

————


GOUEL AN HOLL-ZENT HAG AN ANAON
————


Ton : Kloareg Rumengol


Unan eus ar poanio bras ez eo gwelet mervel,
Ha den ’bet, ma ’n eus kalon, nan hall harz d’hen diskwel ;
Seul-vui e ve karante, seul-vui e teu daero
Da ruilhal ’hed an dioujod, pa c’hoarve ar maro.

Piou ’ta deuy da frealzi ar c’halono rannet,
Da skuilh eur veraden joa en ine glac’haret ?
Sur ’walc’h nan eo ket ar bed, ’wit-ze re divalo,
Eur Vam hepken ’hall neuze frealzi kalono !

Ar Vam-ze eo an Iliz, hi ’vir ar re varo,
Ha d’ar re ’van hi ive ’hall stanka an daero,
Rak ar maro na droc’h ket chaden ar garante ;
Ar re varo ’hallomp c’hoaz darempredi gante.


O, levenez ar c’hristen pa dro e zaoulagad
Trezek an Nenv, ’lec’h en eus mignoned a vagad !
Tad, mam, breudeur ha re-all a zelaou e beden ;
Pebez dudi o fedi, pa ve stard ar greden !

Ma ’man ar c’horf er vered, an ine n’eman ket,
Ar maro war an ine n’an eus tam krog ebet,
Henvel ouz eur luc’heden, ’rôk ’ve ar c’horf sklaset,
An ine dirak Doue dustu a ve kaset.

Ma pouez war an ine-ze sam ar pec’hed marvel,
En em gav kerkent stlapet ebarz eur lec’h izel,
Lec’h a hanvomp an ifern, a bado da viken,
Lec’h milliget ’lec’h nan eus nemet poan hag anken.

’Met bean ’zo ineo, ha kalz a ve ane,
A dremen dre eur lec’h-all, eur lec’h pell ac’hane,
Ewit peurbaean o dle, ’n eur dremen dre an tan,
D’ar re-ze, da c’hras Doue, ’c’hellomp berrât ar boan.

D’abarde gouel en Holl-Zent, an Iliz d’imp a lar
Kât sonj eus hon mignoned, diwall da vout digar,
Kât sonj dreist-oll eus ar re hon deus kement karet,
Hag o deus er Purgator poanio meurbet kalet.

Nan eo ket en Breiz-Izel, bro an dud a galon,
E ve ken prim dilezet hag ankouet an Anaon,
E-keit ma troo an heol tro-zro d’hon ilizo,
E welfer ar Vretoned stouet war ar beio.

Krog eo an delio, ’darre da velenât er gwe,
Hag an amzer da yenan, da vean berr an de ;
Tostât a ra ar gouel kaer, gouel bras an ineo,
Ma lavar d’imp an Iliz sonjal ’n hon zud varo.

Kempennet, o Bretoned, beio ho tud varo,
Skuilhet warne, ma karet, mesket gant ho taero,
Dour binniget, mes dreist-oll, n’ankouet ket ar beden,
Ha ’wit hoc’h Anaon, Jezuz ’n ho kalon gret disken.


————


Koun hag Esperanz
————


War lein mene Kalvar, ar Groaz
Aboue daou de, a oa e noaz ;
En dro d’ei ar rec’hel frailhet
Ha pep tra flastret ha drailhet !

D’ar zul ar beure, ’pen an de,
Madalen a oa ’tal ar be,
Be hon Zalver, he Mestr karet,
He c’halon meurbet glac’haret.

« Perak e ouelet evel se ? »
’C’houlennas outi an ele ;
— « Abalamour nouvean ket
« Pelec’h ’deus ma Zalver laket. »

Aboue, ouz Madalen henvel,
Goude bean gwelet mervel,
Nag a den an eus lavaret ;
En eur gomz eus e dud karet :

« Tremenet int, ha me, breman,
Chomet ma-unan-pen aman,
N’hallan kas diwar ma spered
Sonj ar re am eus er vered !

Pelec’h eman ’ta o ine ?
Ha bean maint dirak Doue ? »
Glac’har hag anken war eun dro !
Bevan evelse ’zo garo !

Ineo kristen, selaouet
Mouez eur Vam hag a gar meurbet,
Mouez an Iliz, ’lar d’imp sellet
Etrezek daou lec’h binniget.


Ma pouez eur zam war ho kalon,
En koun tad, mam, breur pe vignon,
Tolet eur Zell war ar C’halvar
Hag eur zell-all ’trezek ar Gloar.


Ha ma ’peus ineo er boan,
O foanio kri ’c’hellet distan ;
Ma ’peus en gwirione kalon,
O, n’ankoueet ket hoc’h Anaon !

————


BLEUN-BERED
Ha Komunion ar Zent !
————


E-tal eur be, warnan traez
A-us d’ean eun ivinen,
Eur plac’h vihan, striz ha kasti,
’Oa daoulinet ewit pedi.

Dleout a re, emzivadez,
Gonit he bue ’vel matez,
Ha kimiadi, ewit-ze,
Diouz he farouzig, hep dale.

Pa oe ganti gret he feden.
Laket sin ar groaz ’n he c’herc’hen,
Ar plac’h a deu en he spered
Kemer bleunio eus ar vered,

Ha ’n eur asten he dornig gwen,
E troc’h hag e lak ’n he barlen
Bleun diwar be he mam garet,
Bleun a oa newe-diwanet.


He daoulagad leun a daero,
’Oa o paouez distrei en dro,
Pa ’wel eur beleg ’n he c’hichen
A gomzas outi evel-hen :

« Ma flac’h vihan, petra ’douget
En ho parlen ’vel-se kuzet ? »
— « Eun toullad bleun, ’me ar plac’hig,
Kuntuilhet ganin, bremaïk.

Ret-mat ’eo d’in, ’dalek arc’hoaz,
’N eur barouz-all bean, siouaz :
Da vihanan, em o ganin
Bleun eus be ma mam, pa bedin.

Dirak ar bleun-ze, noz-veuve,
Me ’ray ma feden da Zoue,
Hag e kavo d’in em o c’hoaz
Tost d’in ma mam… maro… siouaz ! »

————


AN DIES IRÆ
En Brezoneg
————


An de-ze ’vo de a gounnar,
Pa vezo dewet an douar ;
David hag ar Zibil hen lar.

Gwasat da spont a c’hoarvezo,
’Wit pouezan pep tra pa deuio
Ar Barner bras eus an Envo !

An drompilh, gant eur zon skiltrus,
Eus ar beio a ray, fonnus,
D’an holl ’n em gât dirak Jezuz.


Skoet ’vo ar marv ha pep tra,
Pa vo an holl dud en o za,
’Wit respont d’ar Barner brasa.

Eur levr, elec’h ma vo skrivet
Kement ’so, a vo digoret ;
Ac’hane ar bed ’vo barnet.

Pa vo ar Barner azeet,
Pep tra kuzet va displeget,
Hep kasti ’vano netra ’bet.

Petra a larin-me neuze,
Maleurus ? Da gât piou ’in-me,
Pa ’nevo doan an den mat tre ?

Ho kalloud ’ra krenan, Doue,
C’houi ’deurve salvi an ine,
Ma zalvet, mammen a drue !

Bet sonj, Zalver an teneran,
’Oc’h ’widon diskennet aman ;
N’am c’hollet ket en dewez man !

Ouz ma c’hlask ’oc’h en em skwizet,
War ar groaz ’widon ’oc’h marvet,
Gret ne ’vo poan ken bras kollet !

O Barner leun a lealded,
Jezuz, pardonet ma fec’hed,
Arôk de ar varn, me ho ped !

Pec’het em eus, hen gôut a ran :
Breman, gant ar vez e ruian ;
Diganec’h pardon a c’houlan !

Pardonet ’peus ar Vadalen,
Eus ar laer klewet ar beden,
D’in roet Esperanz kristen !


Ma feden ’zo dister meurbet,
Mes mat oc’h, o ma Jezuz ; gret
En tan peurbadus ’dewin ket !

Gret ma vin ’touez an dud zalvet,
Pell-pell diouz ar re villiget !
En ho tu deo ra vin laket !

Pa vo an holl dud fall pladet,
Hag en tan da leski stlapet,
Davet ar re vat ma c’halvet !

Me ho ped, d’an douar stouet,
Ma c’halon gant glac’har rannet,
Da gât fin-vat ma zikouret !

Dewez a daero an de-ze,
Pa zavo an den eus ar be,
’Wit bean barnet gant Doue !

Pardonet, Doue, d’e ine !
D’an anaon paour, o Jezuz,
Roet diskwiz peurbadus !


————


Ave Maria ar Martolod
Hag e dud
————



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \autoBeamOff
    \override Rest #'style = #'classical
    \key f \major
    \time 2/4
    a'4 c | a g~ | g8. f16 f4 | g f | g4. a8 | \break
    a4 r | a c | a g~ | g8. f16 f4 | g g | f g | f4 r \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    ’Rôk kwi -- tât e lo -- chen, Ar mar -- to -- lod
    kez A la -- var eur be -- den, en ti ar Wer -- c’hez!
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


Rôk kwitât e lochen,
Ar martolod kez
A lavar eur beden,
En ti ar Werc’hez !

Hag e beden dalc’hmad,
Er chapel nesa,
Ma ’ve ket hir ’ve mat :
Ave Maria !…

E wreg, e vugale
Eveltan a ra ;
O feden ’ve ive :
Ave Maria !

Ha pa groz ar mor bras,
’Us d’an aod ’n he za,
Ar wreg ’lar ’wit he gwaz :
Ave Maria !


True ouz ma fried,
O Mam ar gwella !
Gret na vo ket kollet,
Ave Maria !

Ha pa ’vo distroet
’Larfomp c’hoaz gant joa,
D’ec’h, Gwerc’hez, unanet :
Ave Maria !


Mes n’eo ket distroet
Ar martolod kez ;
Er mor don eo chomet,
Bet sonj, o Gwerc’hez !

Bet sonj eus e ine,
Ma ’min c’hoaz en poan,
Eus he wreg paour ive,
Eus ar re vihan !

Me gred, o Mam zantel,
E c’hir diwea
A zo bet ’n eur verwell :
Ave Maria !

Ar mor ’zo bet treitour,
Mes c’houi a zo mat ;
Ganech ’c’houllomp sikour
’Wit gallout ’n em gât !

’N em gât er Baradoz,
Eun de, ’kreiz ar joa
Da laret d’ec’h bennoz,
Ave Maria !


GIRIO FUR HA KAER
————


— « War ar c’hlazen deus ganimp ; bugel, deus da c’hoari !
» Ni a ray, hep gôut d’az mam, jabadao, kaniri ! »
— « Nan, ’me ar bugelig fur, ma mam he deus laret
» Penôs ’lies, er c’hlazen, aered a ve kuzet, »

— « Plac’hig yaouank deut ganimp, dre ar gwenojenno,
» Goude koan ec’h eo ken brao ober kontadenno ! »
— « Nan, emei, rak gôud a ran penôs, ’n hon zraouienno,
» Pa ve noz, wit hon tapout, Satan ’stign higenno. »

— « Ho pried ’zo pell du-hont, ’chomet ket hoc’h unan,
» Ni ho ped, kwitât ho ti, ha deut ganimp hep doan ! »
— » Me ’blij d’in pa deu zerr-noz, azeet ’tal an tan,
» Sonjal em fried karet ; neuze me ’bed, me ’gan. »

Eun de ar paour kez pried, gant amzer fall tapet,
E-kreiz ar mor don, siouaz, eur be an eus kavet.
— « Daero dourek ’deus redet ’hed ma dioujod koac’het,
» ’Met esperi ’ran eun de, en Nenv, kât ma fried. »

E kichen eur groaz dister, en bered ar barouz,
Am intanvez paour a deu, alïes ha didrous :
« En harz ar groaz, emezi, me ’gav konfort ha joa,
« Ma c’hroaz nan eo ket eur bec’h re bounner ’wit ma skoa. »

Pa zo bet deut d’hen kavout mignoned he c’hare,
Ewit rei d’ezi o dorn, ’wit dimi a newe :
« Re e karan, emezi, an hini ’m eus kollet,
« Dean ’vin bepred fidel, ne addimein ket. »


NOZ AN NEDELEG
————


Ton : Diskennet eus an Nenvo,
Sperejo evurus !


Digoromp frank hon c’halon
Ha, war hon muzello,
Lakomp kan ar joa wirion,
Kan an Eledigo !
Ha laromp a vouez uhel
Trugare d’an Hini
’Zo diskennet ken izel
Aman, evidomp-ni !

O c’houi, ineo kristen,
Tridet gant levenez,
Ha tostaet da gichen
Bugelig ar Werc’hez !
Rak e c’hoant nan eo ket chom
’N eur c’hraou dister ha yen,
Klask a ra eur lec’hig tom :
Ho kalon, netra ken !

Ho Salver eno ’n eus c’hoant
Da gât eun tron gouasket !
Na glask nag aour nag arc’hant,
Eus ze ’neus eom ebet !
’Met eun dra a blij d’ean,
Kaeran tra ’zo er bed,
Eur galon ’vel dle bean,
Dinam, leun a c’hlanded !


O, na deut ket dirakan,
Kalono mastaret !
Ho sello n’hallont paran
War ’n Hini ’zo hanvet
Mari Rouanez an Nenv,
Rouanez an douar.
Tud klouar ha fall, a-drenv !
Pell ’c’han fank ha kailhar !

’Barz an iliz bremaik,
Deut holl, deut da stoui
Dirak Jezuz bugelig,
Kuzet ’bars an osti !
An holl veleien herie
Ter gwech ouz an ôter
A bign ; kanet c’houi ive
Trugare d’ho Salver !

————


NOUEL ! NOUEL !
————


Ton galleg : Les échos de Bethleem


Nouel ! Nouel ! a vouez uhel,
Kanomp herie, kanomp joaus !
’N eur c’hraou dister, Jezuz bugel
A zo ganet !.... Gloar da Jezuz !

Ewit petra ’n eus ’ta eun Doue bugel
Kwitât an Nenv, ’lec’h ma oa ken evrus ?
O tra souezus !
Ewit kât poan, ha zoken ewit mervel
En Bethleem eo ê ganet Jezuz.


E izili a gren holl gant an anoued,
N’eus d’o diwall nemet plouz ha druilho ;
Skuilh ’ra daero,
Hen koulskoude eo Mestr an holl dreo krouet
Holl C’halloudeg ’ouzomp eo e hano.

Gant karante demp ’ta d’Hen gwelet, ’n e graou ;
Gwestlomp d’ean hon c’halon, hon spered
Net a bec’hed,
Ha, goude-ze, lakomp war hon muzellou
Kan an Ele, kan an evurusted !

————


JANED ARK
————



O dousat da gelo
’Zo war ar muzello !

Janed Ark ken karet
’Touez ar zent ’vo laket

diou wech.


’Touez ar zent ’vo laket,
Gant hon Tad binniget,
Gant Pi dek, ar Pab bras,
’Lar d’imp esperi c’hoaz.

Esperi ’wit hon bro
’Devo c’hoaz en Nenvo
Eur zantez vras ouspen
Ewit dont d’hen difen !


Breman ’zo pemp kant vla,
Eun drue ar vrasa
A rene en hon bro,
Arru ’pal ar maro !


Pa zibabas Doue
Eur plac’hig yaouank-tre,
Kunv, izel a galon,
’Wit argas ar Zaozon.

Ar Zaozon villiget,
En hon bro diskennet
Ha dare da laret
Ne oa ken Franz ebet !

Ganet en Donremi,
Klewet mouezio ganti,
E despet d’he c’herent,
Ee em laka en hent !

’Dreuz d’an enebourien,
Gant poan e c’hall tremen ;
Kavout ’ra ar Roue,
Komz ’ra a-beurz Doue !

Ar Roue souezet
Janed a wel galwet ;
Janed ya d’ar brezel
En he dorn eur baniel.

Orleanz goneet
War ar Zaozon trec’het,
Ar Roue ’zo sakret
Hag ar Franz ’zo salwet !

Mes Doue a c’houlen
Kaerât he churunen ;
Janed, tapet, gwerzet,
En bev a vo dewet.

Arôk ’vo tamallet,
Mes n’en em droc’ho ket,
He c’homzo d’ar barner
’Vo reiz, leun a zouster !


M’he dilez ar Roue,
Kennerzet gant Doue,
Janed ’gerz d’ar maro,
Maro spontus, mar zo !

An tan a droïdel,
Dare eo da vervel !
Pokat a ra d’ar groaz,
Hano Jezuz ’lar c’hoaz !

Jezuz ! Jezuz ! Jezuz !
’Largant eur vouez klemmus,
Hag hec’h ine neuze
A nij ’trezek Doue.


Pel ’zo kristenien Franz
’Veve en esperanz
Da gât en ilizo
Janed war ’n oterio.

Ha setu deut an de
Ma reio ar Pab d’ê
O mennad binniget :
Janed santez hanvet !

Kaeroc’h flourdilizen
N’eus ket ar Franz kristen,
Dispar ar berlezen
A splan ’n he c’hurunen !

Eur berlezen dispar
Diwanet ’n he douar,
Hag eun difennerez,
’Kreiz he zristidigez !

Janed, lilien goant,
E-kreiz hon nec’hamant,
Deut c’hoaz, deut da viret
Ar Franz, hon bro garet.


TOLEN
————

Pajen.

 13
 19
 32
 38
 42
 80
 94
 94
 115


————
  1. Ru Sant-Honore, e-kichen an Oratoar.