KATÉKÎZ
HISTORIK
É PÉHINI É KAVEUR É BERR GOMSIOU
ANN HISTOR SANTEL
HAG
AR GÉLÉNADUREZ GRISTEN,
gréat gant ann abat FLEURY,
BÉLEK, PRIOL A ARGENTEUIL, KOVÉZOUR AR ROUE
Trôet é Brézounek
GANT
I. F. M. M. A. LE GONIDEC.
————
É ANGOULEM,
Lékéat e gwaskérez gant F. TRÉMEAU,
Gwaskéreller ar ROUÉ hag ar Préféd.
1826.




KENT-SKRID.


————


Na helleur két béza Kristen mâd, mar d-eur diwiziek enn-holl-d’ann-holl, hag hen-nez eo ar gwella Kristen, péhini a anavez gwelloc’h hag a vîr gwelloc’h lézen Doué. Hôgen, pétrâ-bennâg ma helleur hé anaout héb hé heûlia, na helleur heûlia néméd ar péz a anavézeur anézhi.

Pétrâ-bennâg ma prézégeur aliez, ha ma éz eûz levriou a-walc’h péré a gomz diwar-benn ann holl gévrennou eûz al Lézen-Gristen, koulskoudé é helleur da lavarout pénaoz n’eûz két kalz a wiziégez é-touez ar Gristenien. Er prézégennou na gomzeur néméd diwar-benn eunn abek-bennâg a-zevri, hervez ar goél, pé ann aviel, pé hervez ioul ar prézéger. Dibaot eo ma tisklerieur enn-hô ar c’henta genteliou, hag ann darvoudou pêré a zô ann diazez eûz ann holl zeskadurésiou : komza a réeur enn-hô diwar-benn ann danévellou a gaveur er skritur sakr, é-c’hiz eûz a draou anavézet gand ann holl. Ével-sé é kaveur dré-holl tûd vâd, péré a zarempréd ann ilizou abaoé daou pé tri-ugent vloaz, péré a zô akétuz enn ovisou hag er prézégennou, ha na ouzont két koulskoudé ar c’hentéliou kenta eûz al Lézen-Gristen.

N’eûz néméd er c’hatékizou é kaveur ar c’hélennou kenta-ze kenn talvouduz évid ann holl : hôgen hévéloud a ra pénaoz n’int két prizet a-walc’h. Ann darn-vuia eûz ann dûd a venn d’ézhô é c’houzont ar c’hatékiz, dré ma hô deûz hé zesket pa oant bugalé ; ha na verzont két pénaoz eo ankounac’héet gant-hô, pé n’hô deûz biskoaz hé boellet mâd. Ré all hô deûz méz oc’h ansavout hô diwiziégez hag hô magadurez fall, ha na hellont két en em izélaat bétég ar c’hélennou-zé.

Ar c’hatékizou a zô bét gréat hép danévellou, gand ar c’hoant da lakaad enn-hô ann traou réd hép-kén. Ar ré hô deûz hô gréat hô deûz krédet pénaoz ar Gristenien a hellé béza diwiziek eûz a hanôiou ann Tadou-brâz hag ar Broféded, eûz ar gévrédigez gand Abraham, eûz ar Sklavérez enn Ejipt hag é Babilon, gant ma oufent pénaoz é Doué éz eûz tri fersoun, pénaoz ann eil a zô en em c’hréat dén ; pénaoz éz eûz Seiz Sakramant, hag ann traou all enn doaré-zé. Koulskoudé na helleur két displéga ar gévren genta eûz ar Sembol, hép komza eûz ar ganédigez ; nag ar Vadisiant, hép komza eûz a béc’hed hon tad kenta ; na derou ann Dékalog, hép komza eûz a Voizez, eûz ann darvoud hag eûz ann doaré gant péré é oé rôéd d’ézhan al lézen. Na helleur kéd en em viroud da zanévella gand eunn darvoud-bennâg ginivélez Jézuz-Krist, hé vurzudou brasa, hé c’hloasiou, hé varô, hé zazorc’hidigez, hé bignidigez enn énv ; ha pa né vé néméd évit rei ann abeg eûz ar goéliou dré béré éc’h énoreur ar visteriou-zé, ar péz a dléeur da zeski da genta d’ar bobl.

Chétu pérâg eo bét gréat ar c’hatékiz-man, évit kenderc’hel dré ann anaoudégez eûz ann darvoudou ann diskleriadur eûz ar Sembol hag eûz ar c’hévrennou all eûz al Lézen-Gristen.

Al lavariou pé ar responchou a zô bét gréat berra ma helled, gand aoun da skuiza ar vugalé ; râk na gomzont két peûrvuia pell-amzer diouc’h-tû.


————


KATÉKÎZ
HISTORIK.





KENTA GÉVREN,
PÉHINI A ZALC’H É BERR GOMSIOU
ANN HISTOR SANTEL.




NTA GENTEL.
Eûz ar Ganédigez.

Doué en deûz gréad ar béd eûz a nétrâ, gand hé c’hér hag hé ioul, hag évid hé c’hloar. É c’houéac’h dervez en deûz hé c’hréat. Ar c’henta dervez en deûz kroued ann énv hag ann douar, ha goudé ar goulou ; ann eil dervez é krouaz ann énv-stérédet, a c’halvaz ann énv ; ann trédé dervez é rannaz ann dour diouc’h ann douar, hag é réaz d’ann douar lakaad da zével ann holl louzou ; ar pévaré é krouaz ann héol, al loar hag ar stéred ; ar pempved é réaz al laboused enn éar hag ar pesked er môr ; ar c’houec’hved é réaz al loéned zouarek hag é toaréaz ann dén diouc’h hé hévélédigez, ha Doué a arzaôaz ar seizved dervez. Évid ôber ann dén, é réaz da genta hé gorf gand douar, goudé é lékéaz enn-han eunn éné gréad diouc’h hé skeûden. Ann dén a zô skeûden Zoué, dré ma hell anaoud Doué hag hé garout, hag évit sé eo bét gréat gand Doué. Ar c’henta goaz a oé hanvet Adam. Doué a rôaz d’ézhan da eil ar vaouez péhini a réaz gand unan eûz hé gôstou, évit ma teûjé d’hé c’haroud ével eul lôden anézhan hé-unan : dré-zé é rôaz penn d’ar briédélez. Ar genta vaouez a oé hanvet Éva. Doué a lékéaz Adam hag Éva er baradoz zouarek, péhini a ioa eul liors dudiuz brâz, é péhini é vévend euruz. Ar galloud hô doa da zibri eûz ann holl frouésiou, néméd eûz a frouez gwézen ar wiziégez ar mâd hag ann drouk, péhini a ioa berzed out-hô gand Doué. Noaz-béô oant, hép kaout méz eûz a gément-sé, dré ma oant hép drougiez ; na c’houzanvent poan é-béd, ha na dlient két mervel. Doué en doa ivé krouet spéréjou glân, péré eo ann Éled.

Goulenn. Piou en deûz gréad ar béd ?
Lavar pé respount. Doué eo.
G. Eûz a bétrâ en deûs-hén hé c’hréat ?
L. Eûz a nétrâ en deûz hé c’hréat.
G. Pénaoz en deûs-hén hé c’hréât ?
L. Gand hé c’hér.
G. Pérâg en deûs-hén hé c’hréat ?
L. Évid hé c’hloar.
G. É péd dervez en deûz Doué kroued ar béd ?
L. É c’houéac’h dervez.
G. Pétrâ en deûs-hén kroued ar c’henta dervez ?
L. Ann énv hag ann douar, ha goudé ar goulou.
G. Hag ann eil dervez ?
L. Ann énv-stérédet a c’halvaz ann énv.
G. Pétrâ a réaz ann trédé dervez ?
L. Ann dour a rannaz diouc’h ann douar, hag é réaz d’ann douar lakaad da zével a bép rumm louzou.
G. Hag ar pévaré ?
L. Kroui a réaz ann héol, al loar hag ar stéred.
G. Hag ar pempved ?
L. Ober a réaz al laboused enn éar hag ar pesked er môr.
G. Hag ar c’houec’hved ?
L. Ober a réaz ann holl loéned zouarek, hag é toaréaz ann dén diouc’h hé skeûden.
G. Pétrâ a réas-hén enn-divez ar seizved dervez ?
L. Goudé béza krouet pép trâ é arzaôaz.
G. Eûz a bétrâ en deûs-hén gréad ar c’hentâ dén ?

L. Ar c’horf en deûz gréat gand douar.
G. Hag ann éné ?
L. Eûz a nétrâ en deûz hé c’hréat.
G. Eûz a bétrâ en deus-hén ann doaré ?
L. Eûz a Zoué hé-unan.
G. Évit pétrâ en deûs-hén Doué gréad ann dén ?
L. Évid hé anaoud hag hé garout.
G. Eûz a bétrâ é oé gréad ar genta vaouez ?
L. Gand unan eûz a gôstou ar goaz.
G. Pérâk sé ?
L. Évid diskouéza é oand hô daou eûz a eunn hévélep kîk.
G. Pétrâ eo ar baradoz zouarek ?
L. Eul liors kaer é péhini é lékéaz Doué Adam hag Éva.
G. É pé stâd é vévent-hi énô ?
L. Euruz é vévent.
G. Peûr é tlient-hi mervel ?
L. Na dlient két mervel.
G. Pétrâ eo ann Éled ?
L. Spéréjou glân péré n’hô deûz kéd a gorf.




EIL GENTEL.
Eûz a Béc’hed ar c’henta dén.

Béz’ é oé Éled péré a zavaz a-énep Doué, ha Doué hô stlapaz enn ifern hag enn tân peûrbaduz. Ann diaoulou eo pé éled ann diaoul a zeû da zougen ann dûd d’ann drouk, ha d’hô lakaad da zével a-énep Doué. Unan eûz ann éled fall-zé a géméraz doaré ann aer, hag a aliaz ar vaouez da zibri eûz ar frouez eûz ar wézen a ioa bét berzed out-hô ; dibri a réaz eûz ar frouez-zé, hag é lékéaz hé ozac’h da zibri anézhan. Neûzé Doué a daolaz hé valloz war ann aer, hag a ziskleriaz pénaoz eûz ar vaouez é vijé ganed ann hini a frikjé hé benn d’ann aer, da lavaroud eo, Salver ar béd, péhini a zeûjé eunn deiz évid diskara galloud ann diaoul. Kâs a réaz Adam hag Éva er méaz eûz ar barados, hag é choumjond enn eunn doaré gwall reûzeûdik. Kolla a réjond trugarez Doué, hag é teûjond da véza sklaved d’ann Diaoul ; dalc’hed é oend d’ar marô ha d’ann holl boaniou eûz ar c’horf, hag ouc’h-penn d’ann diwiziégez, ha d’ann droug-ïoul. Ann droug-ioul eo ar garantez ac’hanomb hon-unan, a zeû d’hon distrei da garoud Doué hon Krouer, hag ac’hanô é teû ann holl béc’héjou a gâs d’ar marô peûr-baduz. Adam hag Éva n’hô doé bugalé némét goudé hô féc’hed, dré zé eo eo bét ganed hô bugalé dalc’hed d’ann hévélep reûsiou hag hî, hag hô rei a réjond d’ar ré hô-goudé, enn hévélep doaré ma eo ganed ann dûd holl er péc’hed, énébourien da Zoué ha tonked d’ann ifern. Ann drouk-zé eo a c’halvomb ar péc’hed orijinel (a zô deût gan-é-omb er béd).

Goulenn Pétrâ eo ann Diaoul ? Lavar. Eunn éal amzent é-kénver Doué. G. Da bétrâ ef-hén bét barnet gand Doué? L. D’ann tân peûr-baduz. G. Da bétrâ en em rô-hén ? L. Da zougen ann dûd d’ann drouk, ha d’hô lakaad da zizenti ouc’h Doué. G. Pénaoz é tougas-hén ar c’henta dén d’ann drouk ? L. Mond a reaz enn aer, hag é aliaz ar vaouez da zibri eûz ar frouez berzet. G. Pétrâ a réas-hi goudé ? L. Lakaad a réaz he ozac’h da zibri anézhan. G. Pétrâ a réaz Doué ? L. Ann aer a villigaz. G. Pénaoz é wanas-hén Adam hag Éva ? L. Hô c’hâs a réaz er-méaz eûz ar baradoz zouarek. G. Pétrâ a douas-hén d’ézhô ? L. É frikjé ar vaouez penn ann aer. G. Pétrâ eo kément-sé da lavarout ? L. É teûjé anézhi Salver ar béd évid diskara galloud ann diaoul. G. É pé zoaré en em gavaz ann dén goudé hé béc’hed ? L. Gwall reûzeûdik enn hé éné hag enn hé gorf. G. Pébez droug a zeûaz d’ézhan enn hé gorf ? L. Ann holl boaniou, ar c’hlénvéjou hag ar marô. G. Hag enn he éné ? L. Ann diwiziegez hag ar gwall-ioul. G. Pétrâ eo ar gwall-ioul ? L. Ar garantez hon eûz évid-omb hon-unan hép-kén. G. Pétrâ a zigas-hi ? L. Ar péc’hed. G. Pétrâ a zigas ar péc’hed ? L. Ar marô peûrbaduz. G. Peûr é teûaz Adam hag Éva da gaout bugalé ? L. Goudé hô féc’hed. G. Hag hô féc’hed a dréménas-hén d’hô bugalé ? L. Ia, ha da vugalé hô bugalé. G. Hag ann drouk-zé a bât-hén bépréd ? L. Ia, ann dûd holl a zô ganet gand ar péc’hed-zé. G. Pénaoz ef-hén galvet ? L. Ar Péc’hed orijinel (a zô deût gan-é-omb er béd).


————

TRÉDÉ GENTEL.
Eûz al Livaden hag eûz al Lézen natur.

Bugalé kenta Adam hag Éva a oé Kain hag Abel. Kain a lazaz hé vreûr gand érez oud hé vertuz ; ha bugalé Kain a oé tûd drouk. Adam en doé eur mab all hanvet Set, ha bugalé hé-man a viraz doujans Doué : hôgen nésanded a réjont gand ann dud drouk, hag é teûjond da zaotra, enn hévélep doaré, ô véza ann holl dud en em rôed d’ann drouk, ma vennaz Doué hô lakaad da vervel gand eul livaden dré-holl. Né oé némét Noé, diskenned eûz a Zet, péhini a gavaz trugarez dirâk Doué. Doué a rôaz da anaoud d’ézhan hé vénoz, hag a c’hourc’hémennaz d’ézhan sével eunn arc’h, da lavaroud eo eul léstr pevar-c’hornek, ha gôlôed é doaré eur c’houfr, brâz a-walc’h évit lakaad ébarz eur ré eûz a bép rumm loéned ha laboused. Pa oé Noé éad ébarz, Doué a lékéaz da gouéza é-pâd daougend dervez ha daougent nôzvez, eur glaô spountuz, gand eunn dic’hlann eûz ar môr, enn hévélep doaré ma oé ann douar holl gôlôet gand ann dour. Ann dûd hag al loéned holl a oé beûzet : eiz dén hép-kén a joumaz béô ; Noé, hé c’hrég, hé dri vab hag hô gragez, hag ann anévaled a ioa enn arc’h. Goudé al livaden ar béd a oé pobled a névez gand anntri vab eûz a Noé, Sem, Kam ha Jafet : dré zé éz omb holl breûdeûr. Hôgeu ann dûd a zeûaz abenn-némeûr gwasoc’h égéd a-raok. É-léac’h azeûli Doué, ann darn-vuia a azeûlé ann héol, al loar, pé krouadurien all. Na énorent kéd hô zadou ; gadal oant ; en em laza, en em laérez a réant ; droug a lavarent ann eil eûz égilé : na lavarent kéd ar wirionez, hag heûlia a réant hô gwall-ioulou. É kément-sé é réant a-éneb hô reiz hag hô skiant-vâd, péhini eo lézen ann natur.

Goulenn. Piou eo a oé ar c’henta lazer er béd. Lavar. Kain, péhini a lazaz hé vreûr Abel. G. Hag ann holl dud a oé droug ével-t-han. L. Ia, ann darn-vuia anézhô. G. Ha na joumaz kéd eunn dén hétuz da Zoué. L. Na joumaz némét Noé. G. Pétrâ a réaz Doué évit kastiza ann dûd. L. Kâs a réaz al livaden. G. Pétrâ eo al livaden. L. Eunn dic’hlann brâz a c’hôlôaz a zour ann douar holl. G. Pétrâ a zeûaz ann dûd. L. Beûzed é oend holl. G. Nag al loéned. L. Beûzed é oend ivé. G. Pétrâ a zeûaz Noé. L. Doué hen miraz enn arc’h. G. Pétra é oa arc’h Noé. Eul léstr brâz pevar-c’hornek ha gôlôed é doaré eur c’houfr. G. Ha né oé miret némét Noé. L. Eo, hé dûd gant-han. G. Ha pétrâ c’hoaz. L. Eur ré loéned ha laboused a bép rumm. G. Hag ann dûd holl a zô breûdeûr d’é-omp. L. Ia, râk dond a réomb holl eûz a Adam hag eûz a Noé. G.Pétrâ eo al lézen natur. L. Ar reiz eo hag ar skiant-vâd. G. Pétrâ a zesk d’é-omp é-kénver Doué. L. Na dléomb azeûli némét-han. G. Hag é-kénver ann dûd. L. Na raimp da zén néméd ar péz a garremb a vé gréad d’é-omp. G. Hag é-kénver hon-unan. L. Da habaskaad hon ioulou hag hor c’hoantou.




PÉVARÉ GENTEL.
Eûz a Abraham hag eûz ann Tadou-brâz all.

Ar gwir feiz hag al lézen natur en em viraz é-touez tûd-santel-bennâg, peûrgedged eûz a wenn Sem. Abraham unan anézhô a oé dilennet gand Doué évid ôber kévrédigez gant-han. Gourc’hémenni a réaz d’ézhan kuitaad hé vrô hag é rôaz hé c’hér d’ézhan pénaoz hen lakajé da dâd da eur bobl diniver, é rôjé d’ar bobl-zé douar Kanaan, hag é binigjé enn hé wenn ann holl boblou eûz ann douar ; ar péz a verké pénaoz é teûjé eûz hé wenn Salver ar béd. Abraham a grédaz é geriou Doué, péhini a c’hourc’hémennaz d’ézhan ann trouc’h-kîk, évid arouéz eûz hé gévrédigez, hag é rôaz d’ézhan eur mab hanvet Izaak. Doué évid arnodi feiz Abraham, a c’hourc’hémennaz d’ézhan laza ar mab kér-zé ; hôgen derc’hel a réaz hé vréac’h pa édô daré d’hé laza. Izaak a oé tâd da Jakob, hanved ivé Israel, péhini en dévoé daouzék vab, é-touez péré Lévi, Juda, Jozef, ha Benjamin. Ar ré-man eo ann daouzék Tadou-brâz, tadou ann daouzék breûriez peré a réa holl bobl Israel. Gervel a réeur ivé tadou-brâz ann holl zent péré, hô deûz béved dindân al lézen natur.

Goulenn. Péléac’h en em viraz al lézen natur goudé al livaden. Lavar. É gwenn Sem. G. Piou eo ann hini gant péhini é réaz Doué kévrédigez. L. Abraham. G. Pétrâ a c’hourc’hémennaz d’ézhan. L. Kuitaad hé dûd hag hé vrô. G. Pétrâ a ziouganaz d’ézhan. L. É lakajé da zond anézhan eur bobl vrâz. G. Pétrâ a ziouganaz c’hoaz d’ézhan. L. É rojé d’ézhan douar Kanaan. G. Pétrâ a ziouganaz d’ézhan brasoc’h c’hoaz. L. É binigjé enn hé wenn ann holl boblou eûz ann douar. G Pétrâ a arouézé kément-se L. É teûjé Salver ar béd eûz a wenn Abraham. G. Pétrâ é oé ann arouéz eûz a gévrédigez Doué gand Abraham L. Ann trouc’h-kik (pé ann trô-drouc’h). G. Piou a oé mâb da Abraham. L. Izaak. G. Pérâg é fellaz d’ézhan hé laza. L. Évit senti ouc’h Doué. G. Pérâg en doé Doué hé c’hourc’hémenned d’ézhan. L. Évid arnodi hé feiz. G. Pétrâ é oé Jakob. L. Mâb Izaak. G. Pé hanô all en doé Jakob. L. Hanved é oé ivé Israel. G. Péd mâb en doé-hén. L. Daouzég en doé. G. pénaoz éc’h hanveur anézhô. L. Ann Tadou-brâz.




PEMVED GENTEL.
Eûs a Sklavérez ann Éjipt, hag eûz ar Pask.

Breûdeûr Josef a werzaz anézhan dré warizi : Kased é oé enn Éjipt, é péléac’h é oé sklâf pell-amzer ; hôgen choum a réaz féal da Zoué, péhini hen dieûbaz hag heu lékéaz da vignoun brâz d’ar Roué. Trugarez a réaz d’hé vreûdeûr hag hô lékéaz da zond enn Éjipt gand hô zâd hag hé holl dud. Mervel a réjond énô, hag hô bugalé a greskaz é niver énô enn eunn doaré burzuduz. Eur roué all eûz ann Éjipt gand aoun na zeûjent ré c’halloudek, hô c’hargaz a labouriou poaniuz, hag a fellaz d’ézhan zô-kén lakaad da vervel hô holl baotred. Hôgen Doué en doé truez oud hé bobl, hag é kasaz évid hô dieûbi Moizez, diskenned eûz a Lévi, gand hé vreûr Aaron. Mond a réjond da gaout Faraon, hen-nez é oa ann hanô eûz a rouéed ann Éjipt, hag é c'hourc’hémenjond d’ézhan a berz Doué leûskel hé bobl da vont-kuit ; meûr a véach hen dinac’haz, ha Moizez, évid hé rédia d’hé ôber, a réaz meûr a vurzud spountuz, a c’halveur gouliou ann Éjipt : goudé-holl ann Israélited a z-éaz er-méaz ; hôgen a-raok mont-kuit é lidjond ar Pask dré urs Doué, ô tibri é pép tiégez eunn oan rôstet, goudé béza merket gand hé wâd ann ôr eûz a bép tî. Pask a zô da lavarout treiz, ha Doué a c’hourc’hémennaz d’ézhô ôber bép ploaz eunn hévélep lazérez hag eunn hévélep préd é koun eûz hô dieûb péhini a ioa eunn arouéz pénaoz ann dûd holl a vijé eunn deiz da zont dieûbed eûz ar péc’hed hag eûz a sklavérez ann diaoul.

Goulenn. Danéveilit buez Jozef. Lavar. Hé vreûdeûr heu gwerzaz dré warizi : Sklâv é oé pell-amzer enn Éjipt, goudé-zé é teûaz da vignoun-brâz d’ar Roué. G. Pétrâ a rôaz d’hé vreûdeûr enn hé c’halloudez vrâz. L. Trugarez a réaz d’ézhô, hag hô lakaad a réaz da zond enn Éjipt gand hô holl dud. G. Pétrâ a c’hoarvézaz enn Éjipt da vugalé Israel. L. Pobla a réjond énô meûrbéd. G Pétrâ a réaz d’ézhô roué ann Éjipt. L. Felloud a réaz d’ézhan hô lakaad da vervel. G. Piou a gen-nerzaz anézhô. L. Doué. G. Piou a gasas-hén évid hô dieûbi. L. Moizez. G. Pétra a réaz Moizez. L. Burzudou brâz évit rédia Faraon da zenti ouc’h Doué. G. Pétrâ eo ar Pask. L. Eunn oan a oé lazed ha debred enn nôz eûz hô dieub. G. Pétrâ a oé gréat gand hé wâd. L. Merked é oé gant-han tiez ann Israélited. G. Pé arouéz é oa dieûb ann Israélited. L. É teûjé Doué eunn deiz da zond da ziéréa ann holl dud eûz a sklavérez ann diaoul.




C’HOUEC’HVED GENTEL.
Eûz ann Ergerz enn distrô, hag eûz al Lézen skrivet.

Doué ô véza dieûbed ann Israélited eûz a sklavérez ann Éjipt, hô c’hasaz é douar Kanaan, hervez ar gér en doa rôed d’hô zadou. Burzudou brâz a réaz enn Ergerz-zé. Hô lakaad a réaz da dreûzi ar môr rûz hép glibia hô zreid, évid hô diwalloud diouc’h Faraon péhini a rédé war hô lerc’h. Hô c’hâs a réaz dré eunn distrô brâz, é péléac’h é vagaz anézhô é-pâd daougent vloaz, gand ar mân a lékéa da gouéza eûz ann énv : lakaad a réaz ivé dilammoud dour eûz a eur roc’h évit-hô. É penn kenta ann Ergerz éc’h arrujont war ménez Sinai, é péléac’h Doué a rôaz d’ézhô hé lézen, ann hanter-kantved dervez goudé ar Pask. Gwéloud a réjond ar ménez entaned holl ha gôlôet gand eur goabren stank, eûz a béhini é tilammé luc’hed, kurunou hag eunn trouz hénvel ouc’h trompilou, hag é klevjond eur vouéz a lavaraz : mé eo ann Aotrou da Zoué, péhini en deûz da denned eûz a sklavérez ann Éjipt. i.N’az pézô kéd douéou all dira-z-oun. Na rî kéd a idol na skeûden é-béd évid hé azeûli. 2. Na géméri kéd hanô ann Aotrou da Zoué enn-aner. 3. Na ankounac’ha két lida dervez ar sabbat, da lavaroud eo, paouez ar seizved dervez. 4. Énor da dâd ha da vamm, évit ma vévi pell-amzer enn douar gwéstlet. 5. Na lazi két. 6. Na gouézi kéd é avoultriez. 7. Na laéri két. 8. Na zougi kéd a desténi é-gaou a-énep da nesa. 9. Na c’hoantai két grék da nesa. 10. Na c’hoantai két madou da nesa. Doué a rôaz ann dég gourc’hémenn-zé skrived war ziou daolen méan. Na ioa war-n-ézhô tôst-da-vâd néméd al lézen natur : ha Doué a fellaz d’ézhan hé rei dré skrîd, dré ma teûed d’hé ankounac’haat, kémend é oa brâz drougiez ann dûd.

Goulenn. Péléac’h éz éaz ann Israélited goudé ma oand éad er-méaz eûz ann Éjipt. Lavar É douar Kanaan é-léac’h m’hô c’hasaz Doué. G. Pérâg é kasaz-hén anézhô dî. L. Évit sévéni hé c’hér. G. Pénaoz é trémeojont-hi ar môr rûz. L. Doué a réaz évit-hô eunn hent séac’h é-kreiz ann dour. G. Dré béléac’h é trémenjont-hi goudé. L. Dré eunn distrô brâz. G. Gant pétrâ é vévjont hi énô. L. Gand ar mân a gasé Doué d’ézhô eûz ann énv. G. ' Pa zeûjond da ziouéri dour, péléac’h éz éjont-hi d’hé glask. L. Doué hel lékéaz da zilammoud eûz a eur roc’h. G. Peûr é rôaz Doué hé lézen d’ézhô. L., Ann hanter-kantved dervez goudé ma oand deûed er-méaz eûz ann Éjipt. G. É pé léac’h. L. War ménez Sinai. G. Pénaoz é véljont-hi ar ménez. L. Entaned holl, gant kurunou ha luc’hédennou. G. Livitid ar gourc’hémennou a rôaz Doué d’ézhô. L. Mé eo ann Aotrou da Zoué, etc. 1. N’az pézô kéd douéou all, etc. G. Livirid ann eil. L. 2. Na géméri kéd hanô ann Aotrou, etc. G. Livirid ann trédé (ann diskibl a dlé lavaroud dindân évor ar gourc’hemennou, penn-da-benn, ével ma émind diaraok) G. Ha skrived é oé ann dég gourc’hémenn-zé. L. Ia, war ziou daolen méan. G. Ha gourc’hémennou nevez oant. L Nann, al lézen natur oa.




SEIZVED GENTEL.
Eûz a Gévrédigez Doué gand ann Israélited.

Doué a réaz lakaat taolennou al lézen enn arc’h a gévrédigez, péhini a ioa eur c’houfr gréat gant koat kaer gôlôed holl a aour. Ann arc’h-zé a ioa mired enn eunn tabernakl, da lavaroud eo, eunn telt gréat gant mézer ar c’haéra, ha dirâg éz oa eunn aoter évid ar sakrifisou, a réad ô laza éjenned ha dénved a lékéat goudé da leski war ann aoter. Houn-nez é oa ann doaré da énori Doué enn amzer-zé. Aaron hag hé vugalé a oé sakret béleien évit kinniga ar sakrifisou-zé, hag ann holl zilerc’h eûz a vreûriez Lévi a oé dileûred da zervich ann tabernakl. Ann arc’h hag ann tabernakl a ioa ann arouéz eûz a Gévrédigez Doué gand ann Israélited, hag ar Gévrédigez-zé a c’halveur ivé Testamant (pé lézen), a ioa ann hévélep Gévrédigez en doa gréat gand Abraham. Râk névézi a réaz enn hô c’hénver ann holl wéstlou en doat gréad d’hô zadou. Rei a réaz hé c’hér d’ézhô pénaoz hô c’hémerjé évid hé bobl muia-karet ; hô lakajé é douar Kanaan, hag hô c’hargjé a vadou : hag ann douar gwéstlet-zé a ioa ar skeûden eûz ann énv hag eûz a géar ar gwenvidien. Ar bobl eûz hé dû a rôaz hé c’hér pénaoz na anavézjé Doué all néméd ann Aotrou ; pénaoz hen c’harjé a greiz kaloun, hag é virjé hé holl c’hourc’hémennou, dindân boan da véza kaset-kuîd eûz ann douar gwéstlet, ha mantret gand ar reûz. Ar Gévrédigez-zé a oé krétéet gant gwâd al loéned a lazet, ha Doué hé zévénaz gand eul léalded brâz. Lakaad a réaz ar Jourden da bigna étrézeg hé vammen ; harza a réaz out trô ann héol hag al loar, hag ôber a réaz meûr a vurzud brâz all, évit lakaad ann Israélited da berc’henna douar Kanaan, a oé ranned é daouzék lôden, unan évit pép-hini eûz ann daouzék breûriez. Hôgen na zalc’hjont nétrâ eûz ar péz hô doa toued da Zoué. En em zispac’ha a réjont ouc’h-penn dék kwéach é-pâd ann ergerz, hag ô véza éad é douar Kanaan, é réjont kévrédigez gand ann dûd a ioa énô kent, péré en doa Doué gourc’hémenned d’ézhô da laza, hag é azeûljond hô idolou.

Goulenn. Pénaoz é réad ar sakrifisou el lézen gôz. Lavar. Laza a réad eul loen, ha goudé hel losked war ann aoter. G. Péléac’h é oa ann aoter. L. Dirâg ann tabernakl. G. Pétrâ a ioa enn tabernakl. L. Ann arc’h a Gévrédigez. G. Pétrâ é oa ann arc’h-zé. L. Eur c’houfr gôlôed holl a aour. G. Pétrâ a ioa ébarz. L. Ann diou daolen eûz al lézen. G. Piou é oa ar véleien. L. Aaron hag hé vugalé. G. Piou é oa al lévited. L. Ann holl zilerc’h eûz ar vreûriez dileûred da zervich ann tabernakl. G. Péhini é oé ar Gévrédigez a Zoué gand ann Israélited. L. Ann hévélep hini en doa gréat gant Abraham. G. Eûz a bétrâ é rôas-hén é c’hér d’ézhô. L. Rei a réaz hé c’hér d’ézhô pénaoz hô c’hémerjé évid hé bobl, hô lakajé é douar Kanaan hag hô c’hargjé a vadou. G. Pétrâ a verké ann douar-zé. L. Skeûden ann énv oa. G. Eûz a bétrâ é rôaz ar bobl hé c’hér. L. Da garoud Doué a greiz kaloun ha da viroud hé c’hourc’hémennou. G. Dindân pé boan. L. Dindân boan da véza kaset-kuit ha da véza mantret gand ar reûz. G. Hag ar Gévrédigez-zé a oé sévénet mâd. L. Ia, a bers Doué. G. Péré eo ar burzudou a réaz évit lakaad hé bobl dâ berc’henna douar Kanaan. L. Dizec’ha a réaz ar Jourden ; harza a réaz out trô ann héol hag al loar. G. Pénaoz é oé sévéned ar Gévrédigez a berz ar bobl. L. Hé sévéni a réaz gwall fall. G. Péd gwéach en em zispac’hjond enn distrô. L. Ouc’h-penn dék kwéach. G. Pétrâ a réjont-hi goudé béza éad enn douar gwéstlet. L. Kuitaad a réjond aliez Doué évid ann idolou.




EIZVED GENTEL.
Eûz ann Idotatri.

Doué na oa mui anavézet nag azeulet néméd é-touez ann Israélited, hag ann Idolatri a réné é-touez ar brôadou all. Ann dûd n’en em rôent néméd d’hô c’horf ha na lékéand hô fréder nag enn hô éné nag é Doué, spéred glân, krouer ann énv hag ann douar. Aoza a réand eunn niver brâz a zouéed, da béré é rôent anôiou dishénvel hervez ar brôiou, hag é tianévellend diwar hô fenn kant-ha-kant sorc’hen lû. Hô skeûdenna a réant, lôd ével goazed, lôd all ével merc’hed a hanvend douéézed : ôber a réand anézhô idolou koad, méan, aour pé arc’hant, hag éc’h azeûlent ôbériou hô daouarn, ô sével ilizou hag aoteriou d’ézhô, hag oc’h ôber sakrifisou évit-hô. Dré gément-sé ar C’hrésianed hag ar Romaned a azeulé Jupiter, a lavarend a ioa ar brasa eûz ann douéed ; Junon, a rôend da c’hrég d’ézhan ; Mars, Vénuz, Bakuz ha kalz ré all. Dré gément-sé, enn Éjipt éc’h azeûlend Iziz dindân skeûden eur vaouez gand eur penn bioc’h, hag anévaled all kenn dizoaré hag hé-man. Ann diaoul hô zouellé enn doaré-zé, évit lakaad hé azeûli dindân ann hanôiou zé, hag hô lakaad da ôber a bép seurt gwallou war zigarez kréden : rag hô gouéliou né oant néméd gadélez ha diroll. Ann Idolatred-zé eo a c’halved Jentiled pé Paganed. Ann Israelited a heûliaz hô gwall skouér. Bé véach ma kuitajond Doué évid ann Idolou, Doué hô lézaz da gouéza étré daouarn hô énébourien, péré hô dalc’haz é sklavérez ; ha bé véach ma tristrôjond d’ézhan, é réaz sével enn hô douez tûd dibaod évid hô dieûbi.

Goulenn. Hag ar gwir Zoué né oa-hén anavézet némét gand ann Israélited. Lavar. Nann, né oa mui némét-hô a gément hen anavézé. G. Pétrâ éta, a azeûlé ar boblou all. L. Idolou a réand enn eunn doare farsuz. G. Pétrâ a skeûdenné ann Idolou-ze. L. Goazed, merc’hed, loéned, a hanvend douéed, ha douêézed. G. Pénaoz ec’h énorend hi anézhô. L. Oc’h hô fidi hag oc’h ôber sakrifisou d’ézhô. G. A bétrâ é teûé ann dallentez-zé. L. Dré m’hô doa ankounac’héed hô c'hrouer. G. Pénaoz hô doa-hi hé ankounac’héet. L. O prédéria hô c’horf hép-kén. G. Piou hô dalc’hé er fazi-zé. L. Ann diaoul, a lékéa hé azeûli dindân hanô ann douéed faoz, G. Pétrâ a zigasaz ann Idolatri. L. Dougen a réaz ann dûd da bép seurt gwall. G. Pénaoz éc’h hanveur c’hoaz ann Idolatred. L. Hô henvel a réeur ivé Jentiled pé Paganed.




NAVED GENTEL.
Eûz a Zavid hag eûz ar Mesî.

Ann Israélited, abaoé ma oand éad é douar Kanaan, a oé pell-amzer rénet gant Barnerien ; goudé-zé é fellaz d’ézhô kaout Rouéed, ar c’henta a béré a oé Saul, hag ann eil David. Hé-man a ioa eûz a vreûriez Juda, eûz a béhini é tlié dont Salver ar béd, hervez m’en doa diouganet Jakob. David a oé sakred dré urz Doué, gand éol sakr, hag ann holl rouéed all a oé sakred enn hévélep doaré, hag ac’hanô é teû é oant hanvet Krist, da lavaroud eo, éôliet. David a oé pell-amzer heskinet gant Saul, hag éc’h harzaz ouc’h brézéliou brâz a-éneb ar baganed. Enn-divez, Doué hen savaz dreist hé holl énébourien, hag hen c’hargaz a vadou hag a c’hloar. Penn-kéar hé rouantélez a oa Jéruzalem, é péhini é savaz eur palez war ménez Sion, hag é réaz dizougen énô ann arc’h a gévrédigez. C’hoant en doa ivé da lakaat sével eunn iliz vrâz ; hôgen Doué a ziskleriaz d’ézhan pénaoz ann énor zé a ioa mired d’hé vâb ; pénaoz hé nested a rénjé da vikenn war ar bobl léal, hag é teûjé eûz hé wenn ar Salver diouganed adalek derou ar béd ; é rénjé nann hép-kén war bobl Israel, hôgen ivé war ann holl boblou eûz ann douar ; pénaoz ar Salver-zé a vijé mâb da Zoué ha mâb da Zavid war eunn drô ; é vijé disprijed hag heskinet gand ann dud ; hôgen goudé é lakajé ann holl boblou da anaoud a nevez ar gwir Zoué ha d’hé zervicha. Abaoé neûzé, ann Israélited a hanvaz ar Salver a c’hortozent, ar Roué mâb David, é c’hîz all ar Mesî pé ar C’hrist.

Goulenn. Pénaoz é oé réned ann Israélited goudé ma oand éad é douar Kanaan. Lavar. Gand Barnerien, ha goudé gant Rouéed. G. Piou a oé ar c’henta Roué. L. Saul. G. Piou a oé ann eil. L. David. G A bé vreûriez édô. L. Eûz a vreûriez Juda. G. Péléac’h é choumé peûrliesa. L. War ménez Sion, er géar a Jéruzalem. G. Péléac’h é lékéaz dougen ann arc’h a gévrédigez. L. Énô enn-deeun, é Sion. G. Pétrâ a ziouganaz Doué d'ézhan. L. Pénaoz hé nested a rénjé da vikenn war bobl Doué. G. Ha pétrâ c’hoaz. L. Ê teûjé ar Salver eûz hé wenn. G. Pétrâ eo ar C’hrist pé ar Mesî. L. Ar Salver-zé hé-unan eo. G. Pétrâ eo da lavaroud ann hanô-zé a Grist. L. Eôliet pé sakret. G. Pérâk-zé. L. Dré ma oé sakred David hag ar Rouéed all gand éôl-sakr.




DÉKVED GENTEL.
Eûz a Chism Samari.

Salomon a zeûaz da roué goudé David hé dâd, hag a oé skeûden ar Mesî enn hé c’hloar, ével ma oé David skeûden ar Mesî enn hé labouriou hag enn hé c’hloasiou. Salomon a rénaz bépréd é péoc’h, karged a vadou hag a lévénez ; hag ar péz a zô kalz dreist, Doué en doa rôed d’ézhan ar gwîr furnez. Lakaad a réaz sével eunn iliz vrâz é Jéruzalem, hervez dézô hé dâd. Ann arc’h a gévrédigez a oé lékéad enn iliz-zé hag énô é gréad ar sakrifisou. Né oa néméd ann iliz-zé, ha né oa aotréet laza loéned da Zoué néméd war ann aoter a ioa enn-hi. Al lézen é doa gréad ar gourc’hémenn zé évit rei gwelloc’h da anaout pénaoz né oa néméd eunn Doué hag eur gwir gréden. D’ann divez Salomon a gollaz hé furnez, évit béza en em rôet ré d’ar blijaduriou ; hag ann divrôadézed a garaz dreist-penn, hen taolaz enn idolatri. Évid hé gastiza, hé rouantélez a oé dispennet goudé hé varô. Breuriez Juda hag hini Benjamin a joumaz hép-kén dindân béli Roboam hé vâb : ann dék breuriez all a géméraz da roué Jéroboam, eûz a vreûriez Éfraim. Hé-man, évit ranna hé dûd eûz a ré breûrïez ar roué a Juda, hag évit mirout na z-aend da Jéruzalem, a réaz eur gréden évit-hô hag a zavaz leûéou aour, a lékéa da azeûli enn hé rouantélez. Évél-sé é oé eur Chism, da lavaroud eo, eur rann a ziregaz Iliz Doué. Ar gwir iliz a joumaz é Jéruzalem, hag ann iliz faoz a zavaz é Sichem, ha goudé é Samari, a oé penn-kéar rouantélez Israel pé Éfraim.

Goulenn. Piou a rénaz goudé David. Lavar. Hé vâb Salomon. G. Pénaoz é rénaz-hén. L. Enn eûr-vâd hag el lévénez. G. Ha n’en doé nétrâ a welloc’h. L. Ia, ar furnez en doé. G. Pé dî a zavaz-hén. L. Iliz-vraz Jéruzalem. G. Ha né oa kéd ilizou all é péré é oa énored Doué. L. Nann, né oa néméd eunn iliz hag eunn aoter hép-kén. G. Pérâg-zé. L. Évid diskouéza pénaoz n’eûz néméd eunn Doué hag eur gréden-vâd. G. Ha fûr é oé Salomon bétég ann divez. L. Nann, en em zaotra a réaz o karout ré ar merc’hed. G. Pétrâ a c’hoarvézaz goudé hé varô. L. Hé rouantélez a oé rannet. G. Pétrâ a joumaz d’hé vâb Salomon. L. Diou vreûriez, Juda ha Benjamin. G. Piou a oé roué enn dég all. L. Jéroboam. G. Pétrâ a réas-hén évit krévaad hé rouantélez. L. Eur Chism a réaz. G. Pétrâ eo Chism. L. Eur rann enn iliz. G. Péléac’h é choumaz ar gwir iliz. L. É Jéruzalem. G. Péhini é oé penn-kéar rouanlélez Israel hag ann iliz faoz. L. Samari.




UNNÉKVED GENTEL.
Eûz ar Broféded.

Holl Rouéed Israel a oé droug hag idolatred : é-touez Rouéed Juda é oé ivé meûr a hini ker fall ; ha Doué a gasaz d’ann eil ha d’égilé kalz Proféded évid hô lakaad da zistrei d’hé zervich. Gervel a réeur Proféded kémend ré da béré en deûz Doué rôed hé spéred, ha diskleried ann traou kuzet, hag ar spéred-zé a Zoué, péhini en deûz komzed dré c’hénou ar Broféded, eo ar Spdred-Santel, aotrou ha bividik. Dré-zé, Moizez, Samuel, David ha Salomon a ioa Proféded : hôgen ann hanô-zé a rôed peûrgedged d’ar ré a réné eur vuez garô ha distrô ével ménec’h, hag eûz a béré é oé eunn niver brâz é-pâd rann ar rouantélésiou. É-touez ar ré-zé é oé Élî, péhini a viraz oud ar glaô na gouézché é-pâd tri bloaz hanter, a réaz meûr a vurzud brâz all, ha péhini enn divez a oé gorréed enn énv hag a zô c’hoaz béô. Proféded all zô eûz a béré hon eûz skridou, ével Izai ha Jérémi. Diougani a réjont pénaoz Samari ha Jéruzalem a vijé Dismantet, ha pénaoz Jéruzalem a vijé saved a nevez. D’ann diouganou-zé é veskent meûr a ziougan diwar-benn ar Mesî, ô verka ann holl zarvoudou eûz hé c’hinivélez, eûz hé c’hloasiou, eûz hé varô hag eûz hé rén peûr-baduz. Lavared hô-deûz é rajé Doué gand hé bobl eur gévrédigez klôkoc’h égéd ann hini gôz ; hag é c’halvjé d’hé zervic’h ann holl boblou eûz ar béd, hag hô lakajé da guitaad hô idolou.

Goulenn. Pétrâ eo ar Broféded. Lavar. Tûd leûn a spéred Doué. G. Pétrâ oa ar Spéred-zé. L. Ar Spéred-Santel, aotrou ha bividik. G. Pérâg é c’halveur anézhô Proféded. L. Dré ma ziouganend ann amzer da zont. G. Pé enn amzer é oé ar muia anézhô. L. Abaoé ar rann eûz ann diou rouantélez. G. Péhini eo ar brasa Profed eûz ann amzer-zé. L. Élî. G. Pénaoz ef-hén marô. L. Né két marô. G. Pétrâ-ta éf-hén deûet. L. Gorréed eo béd enn énv béô-buézek. G. Péré eo ar Broféded eûz a béré hon eûz skridou. L. Izai, Jérémi ha kalz ré all. G. Pétrâ hô deûs-hi diouganet. L. Ann diskar krenn eûz a zouantélez Samari. G. Na diwar-benn Jéruzalem. L. Diouganed hô deûz pénaoz é vijé dismanted ha saved a nevez. G. Ha komzed hô deûz eûz ar Mesî. L. Ia, diouganed hô deûz kémend a dlié c’hoarvézout gant-han. G. Ha komzed hô deûz eûz ar gévrédigez nevez. L. Ia, lavared hô deûz pénaoz é vijé klôkoc’h égéd ann hint gôz. G. Pétrâ hô deûz lavaret diwar-benn galvédigez ar Jentiled. L. É teûjé ann holl boblou da guitaad hô idolou évid azeûli ar gwîr Zoué.




DAOUZÉKVED GENTEL.
Eûz a Sklavérez Babilon.

Rouéed Israel ha ré Juda na denjont talvoudégez é-béd eûz a rébechou ar Broféded nag eûz hô c’hélennou. Enn-énep, hô heskina a réjont hag hô lékéjond da vervel gant krizder, évid ann darn-vuia anézhô. Doué a c’houzanvaz hô gwallou gand eunn habaskded estlammuz, hag hô c’hortozaz pell-amzer da binijen ; hôgen enn-divez é sévénaz hé c’hourdrouzou. Rouantélez Samari a oé dismantet, hag ann dék breûriez a oé skigned é brôiou pell, a béré na zistrôjont mui, Goudé-zé Nabukodonôzor a wastaz Jéruzalem, a zevaz ann iliz hag a gasaz ar bobl é sklavérez Babilon a ioa ar galloudusa kéar eûz ar béd, hôgen leûn é oa a idolatri, a wall-gréden, a c’hadelésiou hag a bép seurt gwallou. Ar Iuzevien a viraz enn-hi koulskoudé hô c’hréden ha lézen Moizez. Béz é oé enn hô c’hreiz tûd santel brûz é-pâd ann amzer-zé, é-touez péré ar Profed Daniel, péhini a rénaz eur vuez glân meûrbéd é-kreiz al léz hag ar brasa kargou, ha da béhini é tiskleriaz Doué misteriou brâz. Tri dén-iaouank péré a ioa bét savet gant-han, a zinac’haz azeûli eur skeûden vrâz aour gréad dré urz Nabukodonozor, hag hé-man a lékéaz hô deûrel enn eur fourn leûn a dân, é péléac’h é oent miret gand Doué hép droug é-béd. Neûzé ar Roué a veûlaz Doué péhini a zéraoué rei da anaoud hé c’halloud é-touez ar Baganed.

Goulenn. Ha Doué en em hastaz-hén da gastiza péc’héjou ann Israélited. Lavar. Nann, hô c’hortozi a réaz pell-amzer da binijen. G. Pétrâ a zeûaz rouantélez Samari. L. Dismanted é oé hag ann dék breûriez a oé skignet. G. Piou a wastaz Jeruzalem. L. Nabukodonozor, roué Babilon. G. Pétrâ a réaz-hén eûz ar Iuzevien. L. Hô c’hâs a réaz é sklavéréz. G. Pétrâ a zeûaz ar gwir gréden. L. Ar Iuzévien hé miraz enn hô sklavérez. G. Pétrâ é oa kréden Babilon. L. Ann idolatri hag ar gwall feiz G. Pétrâ a oé Daniel. L. Eunn dén santel brâz hag eur Profed brâz. G. Pétrâ a réaz hé drî c’henvreûr. L. Dinac’ha a réjond azeûli idol Roué Babilon. G. Pétrâ a réaz ar Roué d’ézhô. L. Lakaad a réaz hô deûrel enn eur fourn leûn a dân. G. Pétrâ a c’hoarvézaz gant-hô. L. Doué hô miraz dré vurzud.




TRIZÉKVED GENTEL.
Eûz a Stâd ar Juzevien goudé ar sklavérez.

Babilon a oé kéméret gant Siruz, roué ar Bersaned, péhini a zieûbaz ar Iuzevien hag a aotréaz d’ézhô distrei d’hô brô, ha sével a nevez ann Iliz-vrâz hag ar géar a Jéruzalem. Aleksandr ar Brâz a zeuaz goudé hag a lékéaz da bléga dindân rouantélez ar C’hrésianed ann darn-vuia eûz ar béd. Ar Iuzevien évit-hô da véza mesked é-touez ar Baganed, a viraz kouskoudé hô feiz gant léalded, ha na gouézchont mui enn idolatri abaoué hô sklavérez. Anaoudégez ar gwîr Zoué a zavaz a-nébeûd-é-nébeûd é-kreiz ar Baganach. Béz é oé kouskoudé Rouéed péré a heskinaz ar Iuzevien évid hô lakaad da guitaad hô lézen zantel ha da azeûli ann idolou. Antiokuz ar Brudet-brâz, roué Siri, a géméraz Jéruzalem, a zaotraz ann Iliz-vrâz hag a réaz éhana ar sakrifisou. Kalz a Iuzevien a c’houzanvaz ar marô hag ivé poaniou krîz gand eur poell brâz. Hôgen Judaz Makabé hag hé vreûdeûr a géméraz ann armou évid difenni hô frankiz hag hô lézennou, ha Doué a skoaziaz ker mad anézhô, ma tieûbjont ar bobl eûz a iéô ar Baganed. Ar rénadur a joumaz da gérend ar Vakabéed, é-touez péré é oé zô-kén Rouéed. Hôgen nébeût goudé é oend diskaret gand ar Romaned, péré a géméraz ar béd holl. Kément-sé a oa béd diouganet gand ar Broféded.

Goulenn. Piou eo ann hini a zieûbaz ar Iuzevien eûz a sklavérez Babilon. Lavar. Siruz, roué ar Bersaned G. Da bétrâ é oé mâd ar c’hemmesk eûz ar Iuzevien gand ar boblou all. L. Da lakaad anaoud ar gwir Zoué é-touez ar Baganed. G. Hag ar Iuzevien a gouézas-hi c’hoaz enn idolatri abaoé ar sklavérez. L. Na gouézchont mui enn-han. G. Piou eo ann hini a zeûaz da genta d’hô heskina diwar-benn hô feiz. L. Antiokuz, roué Siri, eûz a vrô ar C’hrésianed. G. Dré biou é téraouaz rouantélez ar C’hrésianed. L. Dré Aleksandr ar Brâz. G. Piou eo a réaz penn da Antiokuz. L. Judaz Makabé, hag hé vreûdeur. G. Pétrâ a réjont-hi. L. Dieubi a réjond ar bobl. G. Piou a rénaz ar Iuzevien abaoé neûzé. L. Kérend ar Vakabéed-zé. G. Piou a ziskaraz anézhô. L. Ar Romaned.




PEVARZÉKVED GENTEL.
Eûz ar Iuzevien Spéréduz hag eûz ar Iuzevien Kiguz.

Hérodez, unan eûz ar fallagra tûd a oé biskoaz, a aloubaz rouantélez Judéa gant skoazel ann Impalaerded Romaned. Enn hé amzer, ar Iuzevien a wélé ervâd pénaoz ar C’hrist a ioa daré da zont, hervez ann holl ziouganou : hôgen béz’ éz oa Iuzevien Spéréduz ha Iuzevien Kiguz. Ar Iuzevien Kiguz n’en em rôent néméd d’ann traou a wéleur : na zervichend Doué néméd évit kaout madou ann douar, pulder a éd, hag a win, kalz a jatal, tensoriou aour, hag arc’hant ; évit béva enn eunn doaré éaz gand hô bugalé. Na zoujend Doué néméd dré ann abek d’ar baourentez, d’ar c’hlénvéjou ha d’ar marô. Ar Iuzevien Spéréduz hag ar gwir Israélited â zerviché Doué dré garantez ; hé énori hag hé garoud a réant enn abek d’hé c’halloudégez, d’hé furnez ha d’hé vadélez dreist-holl. Ével ergerzerien en em wélent war ann douar, hag é c’hortozend eur vuez all goudé hou-man. Ann eil ré hag ar ré all a c’hortozé roûantélez ar Mésî ; hôgen enn eunn doaré dishénvel. Ar Iuzevien Kiguz a géméré gér-é-c’hér kémend hô doa lavared ar Broféded dré hévélédigéz. Dré-zé, é lékéant enn hô fenn pénaoz é rénjé war ann douar ; é vijé brasoc’h brézéliad égéd David, ha pinvidikoc’h égét Salomon ; ha pénaoz ar Iuzevien, dindân hé rén, a vévché er skéd, enn dudi, hag é c’hourc’hémenchend d’ann holl boblou. Ar Iuzevien Spéréduz a wié pénaoz éz eûz brasoc’h madou da c’hortozi égéd ar ré a helleur da gaout war ann douar. Dré-zé, na c’hortozent béza euruz némét goudé ann dazorc’hidigez, hag é c’hortozent dreist pép trâ digand ar Mésî ar skoazel a zô réd d’é-omp évid anaout ha karout Doué.

Goulenn. Piou a oé roué ar Iuzevien dindân Impalaerded ar Romaned. Lavar. Hérodez é oé. G. Peûr é oé sevénét amzer donédigez ar C’hrist. L. Dindân rén Hérodez. G. Piou é oa ar Iuzevien Kiguz. L. Ar ré na zerviché Doué néméd évit-hô hô-unan. G. Pétrâ a grédend diwar-benn rén ar C’hrist. L. Kridi a réant pénaoz é rénjé war ann douar, é lakajé ann holl boblou da bléga dindân galloud ar Iuzevien ; é vévché er madou, enn énoriou hag er plijaduriou. G. Piou é oa ar Iuzevien Spéréduz. L. Ar ré a zerviché Doué dré garantez. G. É pétrâ é iékéant hi hô gortoz. L. Er vuez all goudé ann dazorc’hidigez. G. Pétrâ a c’hortozent-hi digand ar Mésî. L. Ar skoazel a zô réd évid anaout ha karout Doué.




PEMZÉKVED GENTEL.
Eûz a C’hinivélez Jézuz-Krist.

Enn amzer ma oa Hérodez Roué é Judéa, ha ma oa Kézar-Aogust Impalaer é Rom, éz oa é Nazaret, kéar vihan eûz a C’haliléa enn douar santel, eur verc’h eûz a eûr zanlélez vrâz, hanvet Mari, péhini é doa lékéad enn hé fenn choum gwerc’hez, pétrâ-bennâg ma oa bét dimézet gand eunn dén santel hanvet Jozef, eûz ann hévélep kérentiez hag hî, da lavaroud eo eûz a vreûriez Juda, hag eûz a wenn David. Ann Éal Gabriel a oé kased da Vari a berz Doué, évid diskleria d’ézhi pénaoz é vijé mamm d’ar C’hrist ; hag hî a aotréaz kément-sé, goudé m’en doé ann Éal touet d’ézhi pénaoz é choumjé gwerc’hez, hag é vijé mamm dré ann ôber eûz ar Spéred-Santel. Neûzé Mâb Doué, ar Gér, péhini a ioa Doué er penn-kenta, hag a ioa Doué ével hé Dâd, en em c'hréaz kîk, da lavaroud eo, é teûaz dén ével-d-omp, ô kéméroud évit-gwîr eur c’horf hag eunn éné é kôv ar Werc’hez Santel. Jozef ha Mari a oé réd d’ézhô mond da Vétléem, kéar eûz a Judéa, ha choum enn eur c’hraou ; hag énô eo é oé ganet ar bugel santel, a oé trô-drouc’het a benn eiz téz, hag hanvet Jézuz, da lavaroud eo Salver. Nébeûd amzer goudé, Majed, da lavaroud eo, tûd gwiziek, a zeûaz eûz ar saô-héol évid hé azeûli ; hag é kinnigjond d’ézhan aour, mirr hag ézans. Ével ma lavarent pénaoz é teûend da azeûli Roué ar Iuzevien, Hérodez a oé spountet gant kément-sé, hag a lékéaz laza ann Holl vugalé war drô da Vétléem. Hôgen Sant Jozef a gasaz Jézuz enn Éjipt gand hé vamm, hag é choumjond énô bété ma oé marô Hérodez ; goudé-zé é tistrôjond da Nazaret, é péléac’h Jézuz a vévaz dianaf, bétég ann oad a drégont vloaz, pé war-drô, é douj hé vamm ha Sant Jozef a grédet hé dâd, hag ô laboura gant-han d’ar gilvizérez.

Goulenn. Piou a oé mamm d’hon Aotrou Jézuz-Krist. Lavar. Ar Werc’hez Santel Mari. G. Eûz a bé vreûriez é oa. L. Eûz a Juda. G. Eûz a bé gérentiez. L. Eûz a Zavid. G. Piou a oé hé fried. L. Sant Jozef eûz ann hévélep kérentiez. G.Pénaoz é oé rôed da anaoud d’ézhi é vijé mamm d’ar C’hrist. L. Gand ann Éal Gabriel a gasaz Doué d’ézhi a-ratoz. G. Pénaoz é aotréaz-hi kément-sé. L. Goudé m’en doé ann Éal touet d’ézhi é choumjé gwerc’hez. G. Pétrâ a c’hoarvézaz enn-hi neûzé. L. En em c’hréaz kîk ar Gér. G. Pétrâ eo ar Gér. L. Mâb Doué. G. Pétrâ eo en em ôber kîk. L. En em ôber dén ével-d-omp. G. Péléac’h é oé ganet hon Aotrou. L. É Bétléem enn eur c’hraou. G. Pétrâ eo da lavarout ann hanô a Jézuz. L. Da lavaroud eo Salver. G. Piou eo ar c’henta Jentiled (pé Paganed) a azeûlaz anézhan. L. Ar Majed a oa deûet eûz ar saô-héol. G. Pétrâ a réaz neûzé Hérodez. L. Lakaad a réaz laza ar vugalé war-drô da Vétléem. G. Pénaoz é oé savétéet Jézuz. L. Sant Jozef hen kasaz enn Éjipt. G. Pénaoz é tréménaz-hén ann darn vuia eûz hé vuez. L. Béva â réaz é douj ar Werc’hez hé vamm ha Sant Jozef. G. Hag hé dâd é oa Sant Jozef. L. Nann, hôgen ann dûd a grédé é oa. G. A bé micher oa-hén L. Kalvez é oa.


————

CHOUÉZÉKVED GENTEL.
Eûz a Zant Iann-Badézour.

Trégont vloaz goudé ginivélez Jézuz, é oé gwélet eur Profed brâz, Iann, mâb da Zakari ar sakrifier, ha da Élizabet, kâr d’ar Werc’hez Vari. Béva a réa el lec’hiou distrô, hag éc’h alié ann holl da ôber pinijen ; râg, émé-z-han, rouantélez ann Énvou a zô tôst. Badézi a réa er Jourdan ar ré a zélaoué hé brézégennou ; da lavaroud eo é lékéa anézhô da zouba enn dour ha d’en em walc’hi, évid ann distol eûz hô féc’héjou, ével m’hô doa ar Iuzevien ar boaz d’en em walc’hi évid en em nétaat hervez al lézen. Ac’hanô é teûaz d’ézhan ann hanô a Vadézour. Ar Iuzévien a fellé d’ézhô hé anaout évid ar Mésî ; hôgen diskleria a réaz d’ézhô pénaoz né oa kéd hén é oa, ha pénaoz né oa néméd hé ziaraoger, da lavaroud eo, eunn dén kased enn hé raok évid aoza ann hent, hervez ann diouganou kôz. Jézuz a zeûaz ével ar ré all évit béza badézet gant Sant Iann, hag a zantélaz ével-sé ann doureier, ô rei d’ézhô ann ners da zisteûrel ar béc’héjou er Sacramant a Vadisiant. Sant Iann en em rôaz da dést pénaoz en doa gwélet ar Spéred-Santel ô tiskenni war Jézuz é doaré eur goulm. Lavaroud a réaz : Chétu oan Doué péhini a lâm péc’héjou ar béd : al lézen a zô bét rôet gant Moizez, ann trugarez hag ar wirionez a zô deût gant Jézuz-Krist.

Goulenn. Eûz a biou é oa mâb Sant Iann-Badézour. Lavar. Eûz a Zant Zakari hag eûz a Zantez Élizabet kâr d’ar Werc’hez Santel. G. Péléac’h é tréménaz-hén hé vuez. L. El lec’hiou distrô é péléac’h é réné eur vuez c’harô meûrbéd. G. Ar Broféted hag hî hô doa komzed anézhan. L. Hé verked hô doa ével diaraoger ar Mésî. G. Pétrâ eo da lavarout diaraoger. L. Ann hini a valé araog eunn all. G. Pétrâ a brézégé Sant Iann. L. Alia a réa da ôber pinijen. G. Pétrâ a réa d’ar ré a zistrôé ouc’h Doué. L. Hô badézi a réa. G. Pénaoz é badézé anézhô. L. Oc’h hô lakaad da zouba er Jourdan. G. Hag hén a vadézaz ive Jézuz-Krist. L. Ia, Jézuz a fellaz d’ézhan béza badézet, évit santéla dour ar Vadisiant. G. Pétrâ a c’hoarvézaz pa oé badézet. L. Ar Spéred-Santel a ziskennaz war-n-ézhan a-wél-dremm, é doaré eur goulm. G. Pé desténi a rôaz Sant Iann eûz a Jézuz-Krist. L. Pénaoz é oa oan Doué péhini a lamé péc’héjou ann dûd.




SEITÉKVED GENTEL.
Eûz a C’halvédigez ann Ébestel.

Kerkent ha ma oé badézet Jézuz, ar Spéred-Santel hen kasaz enn distrô, é péléac’h é iunaz daou-ugent dervez, hag é c’hoûzanvaz béza temptet gand ann diaoul é meûr a zoaré. Distrei a réaz é Galiléa, hag é choumaz tôst da lagen Génézaret. Énô é c’halvaz da zont war hé lerc’h pevar péskéter, André ha Simon hé vreûr, ha daou vreûr all, Jakez ha Iann, mipien Zébédé. Ré all a c’halvaz goudé, ha dreist-holl eur Publikan, pé saver ar gwiriou, hanvet Mazé. Dilezel a réant pép-trâ évit mond war hé lerc’h, kerkent ha ma c’halvé anézhô. E nébeûd amzer en doé eunn niver brâz a Ziskibled, da lavaroud eo tûd poelladuz ô sélaoui anézhan hag ô teski hé gélennadurez. Daouzég anézhô a zilennaz, péré a hanvaz Ébestel, da lavaroud eo kannaded, dré m’hô c’hasaz da brézégi hé gélennadurez. Ar c'henta a oé Simon-Per, goudé André hé vreûr ; Jakez ha Iann, mipien Zébédé ; Filip, Bértélé, Mazé, Tomaz, Jakez mâb Alfé ; hé vreûr Judaz pé Tadé ; Simon ar C’hananéad ha Iudâz Iskariot, péhini a werzaz Jézuz. Rei a réaz da Zimon al leshanv a Ber (pé a Véan), enn eur lavarout : Per (pé Méan) oud, ha war ar méan-zé é savinn va Iliz, hag é rôinn d’id alc’houésiou rouantélez ann Énvou.

Goulenn. Péléac’h éz éaz Jézuz goudé hé vadisiant. Lavar. Enn distrô. G. Pétrâ a réaz énô. L. Iuni a réaz é-pâd daou-ugent dervez. G. Pétrâ a c’houzanvaz énô. L. Béza temptet gand ann diaoul. G. Pénaoz é c’halvaz hé Ziskibled. L. Lavaroud a réaz d’ézhô dond war hé lerc’h, ha râk-tâl é tilezchont pép-trâ. G. Pétrâ eo Diskibled. L. Tûd hag a zélaou eur mestr hag en em rô d’hé gélennadurez. G. Pétrâ eo ; da lavarout ann hanô a Ébestel. L. Da lavaroud eo kannaded. G. Péd anézhô a zilennaz Jézuz-Krist. L. Daouzék. G. Livirid hô hanôiou L. Sant Per ha S. André hé vreûr, S. Jakez ha S. Iann, mipien Zébédé, S. Filip, S. Bartélé, S. Vazé, S. Tomaz, S. Jakez ha S. Judaz, mipien Alfé, S. Simon, ha Iudaz Iskariot ar ganaz. G. Pérâk S. Per ef-hén hanvet ar c’henta. L. Dré ma lavaraz Jézuz pénaoz é vijé ar méan diazez eûz hé Iliz. G. Pétrâ a lavaraz d’ézhan ouc’h-penn. L. É rôjé d’ézhan alc’houésiou rouantélez ann Énvou.




TRIOUEC’HVED GENTEL.
Eûz a Brézégérez Jézuz-Krist.

Jézuz az éaz dré ar C’heriou ha dré ar Vourc’hiou, ô prézégi dré-holl Aviel rouantélez ann Énvou, da lavaroud eo, ar c’helou-mâd pénaoz é oa deûed ann amzer, é péhini ann holl dud a oa galvet da anaoud Doué : pénaoz é oa hén ar Mésî, pé ar C’hrist, gortozet hag hétet gand ann Tadou brâz ha diouganet gand ar Broféded, Mâb Doué, kaset evit savétei ar béd ; ha pénaoz ar ré a grétché enn-han hag a rajé pinijen, a vijé rôed d’ézhô ann distol eûz hô féc’héjou, ha goudé ar vuez peûr-baduz. Évid diskouéza pénaoz é komzé a berz Doué, é réa eunn niver brâz a vurzudou. Iac’haad a réa eûz a bép seurt klénvéjou râk-tâl ha gand eur gér. Ar gwéled a rôé d’ar ré-zall, al lavar d’ar ré-vûd, ar c’hleved d’ar ré-vouzar ; dieûbi a réa ann dûd touellet gand ann diaoul, dazorc’hi a réa ar ré-varô. Hé vuez a ioa ivé ar skouér eûz a bép seurt mâd. Vuel é oa a galoun ; kûn é oa ; gouzanvi a réa gand habaskded ann enkrézou eûz ar baourentez hag ann diézou eûz ann dûd. Leûn é oa a drugarez évid ar béc’herien a fellé d’ézhô distrei ouc’h Doué ; hôgen leûn é oa a véôder a éneb ar béc’herien kalédet. Na glaské é kémend a réa néméd gloar Doué hé Dâd, hag é tréméné aliez ann nôzvésiou ô pidi. Deski a réaz d’hé Ziskibied ar seurt péden-man : Hon tâd péhini a zô enn Énvou ; da hanô bézet meûlet ; da rouantélez deûed d’é-omp ; da ioul bézet gréat war ann douar, ével enn Env ; rô d’é-omb hiriô hor bara pemdéziek ; distaol d’é-omp hor gwall-ôberiou ével ma tistaolomp d’ar ré hô deûz gwall-c’hréat enn hor c’hénver ; ha n’hol laosk kéd da gouéza é gwall-ioul ; hôgen hon mîr diouc’h drouk. Ével-sé bézet gréat.

Goulenn. Pétrâ oa préder Jézuz. Lavar. Prézégi dré ar c’heriou ha dré ar vourc’hiou. G. Pétrâ a brézégé. L. Aviel rouantélez ann Envou. G. Pétrâ eo da lavaroud Aviel. L. Kelou-mâd. G. Pétrâ eo Rouantélez ann Énvou. L. Ar gerz eûz a Zoué hag ar vuez peûr-baduz. G. Pétrâ a lavaré Jézuz anézhan hé-unan. L. Éz oa ar C’hrist ha Mâb Doué. G. Pétrâ a lavaré é oa réd da ôber. L. Kridi enn-han hag ôber pinijen. G. Pérag ôber pinijen. L. Évit kaoud ann distol eûz ar béc’héjou. G. Pénaoz é tiskouézé é oa kaset gand Duué. L. Gand ar vurzudou a réa. G. Pé seurt burzudou a réa. L. Iac'haad a réa eûz a bép seurt klénvéjou. G. Pétrâ a réa c’hoaz. L. Kâs a réa kuît ann diaoulou, dazorc’hi a réa ar ré-varo. G. Eûz a bé seurt mâd en deûs-hén rôed ar skouér d’é-omp. L. Anézhô holl, ha dreist pép-trâ eûz ann hégaradded, eûz ar gunvélez, eûz ann habaskded, eûz ann drugarez, eûz ar vadélez hag eûz ar béôder. G. Da bétrâ é tenné kémend a réa; L. Da ôber ioul hé Dâd ha d’hé veûli. G. Ha pidi a réa aliez. L. Aliez é treméné ann nôzvésiou ô pidi. G. Pé seurt péden en deûz desked d’é-omp. L. Ar Bater. G. Livirit-hi é brézounek. L. Hon tâd, etc.




NAONTÉKVED GENTEL.
Eûz a Énébourien Jézuz-Krist.

Ann holl a wélé Jézuz gand eur zouez vrâz, hag é tenné war hé lerc’h eul lôd brâz a dûd, péré a heûlié anézhan bétég el lec’hiou distrô. Ar Iuzevien, hag ar Jentiled zô-kén en em strollé évid hé wélout hag évid hé glevout. Ar Skribed hag ar Farizianed hô dôé érez eûz a gément-sé, hag a zavaz droug enn-ho eûz ar frankiz gant péhini é tamallé hô gwallou. Ar Skribed a ioa doktored ar Iuzevien, eûz a béré é tiskouézé ann diwiziégez hag ann trubardérez. Ar Farizianed a ioa ar ré a fellé d’ézhô rei da gridi pénaoz é mirent al lézen gant mui a striv égéd ar ré all ; hôgen, ann darn vuia anézhô né oant némét pilpouzed, tûd valc’h ha piz, péré a douellé ar bobl gand ann doaré a garantez Doué. Kaséed é oa ivé Kerkouls Jézuz gand ar Sakrifierien ha gand ar Sénatored a réné ar Iuzevien, dré ma tiougané pénaoz abars némeûr é vijé dismantret Jéruzalem hag ann templ. Enn eur gér, ann holl Iuzevien kiguz na hellent két kridi pénaoz é oa hén ar Mésî, pa hen gwéient ker paour, ker vuel, ha ker kun. Hé gélennadurez a oa kasauz d’ézhô, dré ma prézégé ar faé eûz ar pinvidigézou, eûz ar blijaduriou hag eûz ann holl vadou eûz ar vuez, ha ma lavaré pénaoz piou-bennâg a fell d’ézhan mond war hé lerc’h, a dlé dougen hé groaz, hag ôber ann dilez eûz a pép-trâ hag anézhan hé-unan. Enébourien Jézuz a lavaraz aliez kunuc’hennou d’ézhan, a géméraz mein évit teurel gant-han, hag enn divéz a lékéaz enn hô fenn hé lakaad da vervel. Gounid a réjond unan eûz hé Ziskibled, Iudaz Iskariot, péhini a rôaz hé c’hér d’hé werza d’ézhô évit trégont péz arc’hant a dalié pemzék skoéd.

Goulenn. Ha Jézuz a oa-hén heûliet brâz. Lavar. Eul lôd brâz a dûd a zeûé a bép tû évid hé wélout hag évid hé glevout. G. Hag énébourien en doé, L. Ia, ar Iuzevien kiguz. G. Pérâg é kasaend anézhan. L. Dré ma prézégé ar vuelded hag ar baourentez. G. Piou a oé hé brasa énébourien. L. Ar Skribed, ar Farizianed, ar Véleien hag ar Sénatored. G. Piou é oa ar Skribed. L. Doktored al lézen. G. Piou é oa ar Farizianed. L. Ar ré a dréméné évit miroud al lézen gwelloc’h égéd ar ré all. G. Ha na vévent-hi két mâd. L. Nann, ann darn vuia anézhô né oant némét pilpouzed. G. Bété pégeit éz éaz kasoni énébourien Jézuz. L. Bété menna hé varô. G. Piou eo ann hini a rôaz hé c’hér d’hé werza d’ézhô. L. Iudaz Iskariot, unan eûz ann daouzég abostol. G. Évit pégément. L. Évit trégont péz arc’hant.




UGENTVED GENTEL.
Eûz a C’hloasiou Jézuz-Krist.

É amzer ar Bask eo é lékéaz énébourien Jézuz enn hô fenn hé gémérout hag hé lakaad da vervel. Ann derc’hent, péhini a ioa eur iaou, éz éaz da ôber ar Sen, da lavaroud eo, da goania gand hé Ziskibled. É-pâd ma tebrent, é kéméraz bara, é bennigaz anézhan, hé dorraz hag hé rannaz étré-z-hô, ô lavarout : kémérit ha debrit, ann dra-man eo va c’horf, péhini a vézô gwerzed évid-hoc’h. Goudé é kéméraz gwin er c’hôp, é bennigaz anézhan hag hé rôaz d’ézhô, ô lavarout : évid holl eûz anézhan, ann dra man eo va gwâd, gwâd ar gévrédigez nevez, a vézô skulet évid-hoc'h : grît kément-man é koun ac’hanoun. Goudé-zé éz éaz er-méaz gant-hô, hag éz éaz war ménez Olived, enn eul liors é péhini en doa ar boaz da bidi : énô é pédaz hé Dâd da zistrei diout-han hé c’hloasiou, enn eul lavarout c’hoaz koulskoudé : ra vézô gréad da ioul. Hôgen Iudaz a zigazas eul lôd brâz a dud gand armou péré a grogaz enn-han hag hén kasaz da di Kaifaz, ar Bélek-brâz, é péléac’h é oé barnet d’ar marô diwar testéniou faoz. Holl Ziskibled Jézuz a zilézaz anézhan, ha Per zô-kén hen dinac’haz teir gwéach, ével m’en doa Jézuz hé ziouganet. Eûz a dî Kaifaz é oé kased da dî Pons-Pilat, péhini a réné ar Judéa évid ar Romaned. Pilat péhini a gavé Jézuz didamall, a glaskaz meûr a drô évid hé zieûbi. Énô Jézuz a oé skourjézet, ha goudé é oé kurunet gant spern gand ar zoudarded, dré c’hoap, ô véza ma lavaré é oa Roué ar Iuzevien.

Goulenn. E pé amzer é varvaz Jézuz. Lavar. E amzer 'ar Bask. G. Pétrâ a réaz er goan divéza gand hé Ébestel. L . Rei a réaz d’ézhô hé gorf hag hé wâd. G. Pénaoz é rôaz d’ézhô hé gorf. L. Kéméroud â réaz bara, hé venniga a réaz hag hen rôaz d’ézhô, ô lavarout : ann dra-man eo va c’horf. G. Pénaoz é rôaz d’ézhô hé wâd. L. Kéméroud a réaz ar c’hôp gant gwin ébarz, hag é lavaraz d’ézhô : ann dra-man eo va gwâd, gwâd ar gévrédigez nevez. G. Pétrâ a réaz Jézuz goudé ar goan. L. Mond a réaz da bidi Doué é liors Olived. G. Pétrâ a réaz neûzé Iudaz. L. Digas a réaz tûd gand armou évit kregi é Jézus. G. Péléac’h é kaschond anézhan. L. Da dî Gaifaz ar Bélek-brâz. G. Pétrâ a zeuaz ann Ébestel. L. Holl é tec’hchont. G. Pétrâ a réaz Sant-Per. L. Teir gwéach é tinac’haz Jézuz. G. Eûz a di Kaifaz péléac’h é oé kaset Jézuz. L. Da dî Pilat. G. Pétrâ a oé gréad d’ézhan énô. L. Skourjézet é oé ha kurunet gant spern.




KENTA GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz a Varô Jézuz-Krist

Pilat enn-divez a varnaz Jézuz d’ar marô, daoust pégémend a geûz en doa, hag é lékéaz hé gâs, goudé béza hé garget eûz hé groaz, enn eul léac’h hanvet Golgota pé Kalvar. Énô Jézuz a oé staged ouc’h ar groaz étré daou laer. Ar Groâz a ioa ar mézusa kastiz â anavézed neûzé : na varned d’ar marô-zé, néméd ar sklaved ha fallagred all, ha c’hoaz évid ar brasa gwallou. Jézuz a choumaz énô bété ma oé sévénet ann holl ziouganou. Pa varvaz, ann héol a dévaléaz, ann douar a grénaz, ar bésiou a zigoraz, ar ré-varô a zavaz béô. Eur gwéner é oa, é deiz ar Bask, pa lazed ann oan, péhini a oa ann doaré eûz a Jézuz-Krist. Ével-sé hé varô a oé ar gwir sakrifiz, eûz a béhini ar ré all né oant bét néméd doaréou. Ar marô-zé a baéaz enn-holld’ann-holl barnédigez Doué évit péc’héjou ann dûd holl. Jézuz dinam a baéaz évid ar ré-gabluz : daspréna a réaz anézho gand hé wâd eûz a sklavérez ann diaoul, hag é tigoraz d’ézhô dré hé varô ann hent eûz ar vuez peûr-baduz.

Goulenn. Pénaoz é varvaz Jézuz-Krist. Lavar. Staged é oé oud eur groaz étré daou laer. G. Pétrâ é oa kastiz ar Groaz. L. Ar mezusa a oa neûzé. G. Pétrâ a c’hoarvézaz pa varvaz. L. Ann héol a dévaléaz, ann douar a grénaz, ar ré-varô a zavaz béô. G. Pérâg é varvaz Jézuz-Krist pa lazed ann oan Bask. L. Dré ma oa ann oan-zé doaré Jézuz-Krist. G. Pénaoz hé varô a oé-hén eur sakrifiz. L. Dré ma paéaz barnédigez Doué évit péc’héjou ann dûd holl. G. Da bétrâ éta é oa mâd ar sakrifisou all. L. Né oant némét Doaréou eûz a hini Jézuz-Krist. G. Pérâg é lévéreur pénaoz Jézuz-Krist en deûz hon dasprénet gand hé wâd. L. Dré ma en deûz hon dieûbet eûz a sklavérez ann diaoul. G. Pérâg é lévéreur pénaoz en deûz kased ar marô da gét. L. Dré ma en deûz digored d’é-omp ann hent eûz ar vuez peûr-baduz.




EIL GENTEL WAR-N-UGENT
Eûz a Zazorc’hidigez Jézuz-Krist.

Pa oé marô Jézuz, hé gorf a oé balzamet ha lékéat enn eur béz péhini a oé diwallet dré urz hé énébourien, ô véza ma wient pénaoz en doa rôed hé c’hér é tazorc’hché. Hôgen ann trédé deiz, péhini a ioa ar zûl, Jézuz a zeûaz er-méaz eûz hé véz béô ha leûn a c’hloar, hag ar warded a choumaz é-c’hîz tûd-varô. Ann Ébestel hô doé béac’h ô kridi pénaoz é oa dazorc’het : ha na grédchont stard kément-sé kéu n’hô doé gwélet Jézuz gand-hô daou-lagad hô-unan, kén n’hô doé dournatet anézhan gand hô daouarn, ha debret gant-han. Meûr a wéach en em ziskouézaz d’ézhô é-pâd daou-ugent dervez ; rei a réaz d’ézhô meûr a gélen, hag é c’hourc’hémennaz d’ézhô mond da brézégi ann Aviel d’ann holl boblou, hag hô badézi enn hanô ann Tâd, hag ar Mâb, hag ar Spéred-Santel. Rei a réaz ivé d’ézhô ar galloud da zisteûrel ar béc’héjou : hag é rôaz hé c’hér d’ézhô é vijé gant-hô bété divez ann amzeriou. Koulskoudé é pignaz enn Énv dira-z-hô, hag é choumaz énô azézet enn tu déou da Zoué ann Tâd holl-c’halloudek, savet dreist ann holl grouadurien : hôgen na baouez két da ginniga da Zoué hé zellidou évid-omp, ha da skoazia hé Iliz kén na ziskennô eûz ann Énv eur wéach c’hoaz évid dond da varna ar ré-véô hag ar ré-varô.

Goulenn. Goudé ma oé marô Jézuz, pétrâ a oé gréad eûz hé gorf. Lavar. Enn eur béz é oé lékéat. G. Pétrâ a réaz hé énébourien. L. Gwarded a lékéjond énô. G. Pé da zeiz é tazorc’haz Jézuz. L. Ann trédé deiz goudé hé varô péhini a oa eur zul. G. Hag ann Ébestel a grédaz hép poan pénaoz é oa dazorc’het. L. Na grédchont némét goudé béza hé wélet ha dournatet anézhan. G. É-pâd pégeid amzer en em ziskouézaz d’ézhô. L. É-pâd daou-rugent dervez. G. Pétrâ a c’hourc’hémennaz d’ézhô. L. Mond da brézégi ha da vadézi dré ar béd holl. G. O gourc’hémenni ar vadisiant, pétrâ en deûz desked d’é-omp. L. Pénaoz Doué a zô Tâd, Mâb ha Spéred-Santel. Pé c'halloud a rôaz-hén d’hé Ébestel. L. Ar galloud da zisteurel ar béc’héjou. G. Pénaoz é kuitaaz anézhô. L. Pigna a réaz enn Énv dira-z-hô. G. É pé stâd éma-hén abaoé ann dervez-zé. L. Dreist ann holl grouadurien éma azézet en tu déou da Zoué. G. Hôgen ha n’en doa két rôed hé c’hér d’hé Ébestel pénaoz é vijé gant-hô bété divez ar béd. L. Hag éz éma ivé ; râk skoâzia a ra bépréd hé Iliz. G. Pénaoz eo-hi skoaziet gant-han. L. O kinniga da Zoué hé zellidou évid hor silvidigez. Ha na zistrôiô kén war ann douar. L. Distrei a rai da varna ar ré-varô enn deiz divéza.




TRÉDÉ GENTEL WAR N-UGENT.
Eûz a Ziskennidigez ar Spéred-Santel war ann Ébestel.

Ann hanter-kantved dervez goudé Pask, ar Iuzevien a réa eur goél brâz, hanvet Pentékost, é koun eûz al lézen péhini a oa bét rôed d’ézhô enn dervez-zé. Enn hévélep dervez, péhini a oa ann hanter-kantved goudé dazorc’hidigez Jézuz-Krist, ann holl Ziskibled ô véza enn eunn hévélep léac’h, enn-eunn-taol é teûaz eûz ann Énv eunn trouz brâz é-c’hiz da eunn avel gré péhini a leuniaz ann tî holl, hag é wéljont ével téôdou tân, a choumaz war bép-hini anézhô. Neûzé é oent holl leûn eûz ar Spéred-Santel, hag é téraouchont komza meûr a iéz ; ar péz a ziskouézé é tlient prézégi ann Aviel d’ann holl boblou. Ar Iuzevien a oé souézet brâz eûz a gément-sé, ha Sant-Per, é penn ann Ébestel, a skleraaz d’ézhô ar burzud-zé, ô tispléga d’ézhô ann diouganou, hag ô tiskleria d’ézhô pénaoz Jézuz, péhini hô doa lékéad oud ar groaz, a ioa dazorc’het, hag en doa kaset ar Spéred-Santel hervez hé c’hér ; pénaoz é oa hén ann Aotrou hag ar C’hrist, ha na hellé dén béza salvet néméd enn hé hanô hag oc’h ôber pinijen. Tri mil anézhô a zistrôaz ouc’h Doué gand ar brézégen-zé hag a oé badézet. Ann Ébestel hag ar ré all péré hô doa digéméret ar Spéred-Santel en em gavaz kemmet holl. Skleréet é oent évit poella ar skrituriou : menna a réjont pénaoz eo péc’herien ann dûd holl, hag hô deûz ézomm eûz ann drugarez a Zoué, péhini na helleur da gaout némét gand ar feiz é Jézuz-Krist, ha pénaoz hé rén a zô spéreduz holl. Hag enn hévéleb amzer é oent entanet gand ar garantez évid Doué a rôé dudi d’ézhô ô viroud hé c’hourc’hémennou, hag eunn ners didrec’huz évid diskleria ar wirionez.

Goulenn. Pétrâ é oa ar Pentékost é-touez ar Iuzevien. Lavar. Goél ann dervez é péhini é oa bét rôed al lézen. G. Pétrâ a c’hoarvézaz gand ann Ébestel enn deiz-zé. L. Leûn é teûjond eûz ar Spéred-Santel. G. Pé c’halloud en doé war-n-ézhô. L. Skleréed é oent, hag é poeljont ar skrituriou. G. Pétrâ a zeûaz c’hoaz d’ézhô. L. Eur garantez vrâz évit Doué. G. Pétrâ a réjont kerkent ha ma hô doé bét digéméret ar Spéred-Santel. L. Komza a rôjont meûr a iéz. G. Pétrâ é oa da lavarout ar burzud zé. L. Ė tlient prézégi ann Aviel d’ann holl boblou. G. Pétrâ a lavaraz neûzé Sant-Per. L. Diskléria a réaz dirâg ann holl bobl pénaoz Jézuz a oa ar C’hrist, ha pénaoz en doa kaset ar Spéred-Santel. G. Péd anézhô a zistrôaz ouc’h Doué gand ar genta brézégen-zé. L. Tri mil. G. Pérâg ar Spéred-Santel a oé-hén bét kased da zeiz ar Pentékost. L. Évit ma vijé embannet al lézen nevez enn hévélep deiz hag al lézen gôz.




PÉVARÉ GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz a C’halvidigez ar Jentiled.

Béz éz oé kalz a Iuzevien péré a zistrôaz ouc’h Doué ; hôgen kalz muioc’h a oé anézhô péré a zistaolaz kélennadurez ann Ébestel, hag hô heskinaz zô-kén gant krizder. Lakaad a réjond da vervel Sant Stéfan, unan eûz ar seiz diagon a oa bét hanvet gand ann Ébestel évit servicha ann Iliz. Hen-nez a oé ar c’henta Merzer, da lavaroud eo, ar c’henta péhini a c’houzanvaz ar marô é testéni eûz a gélennadurez Jézuz-Krist. Neûzé ar Zamaritaned chismatik a zigéméraz gér Doué ; kalz anézhô a zistrôâz out-han hag a oé badézet ; hag ann Ébestel a zeûaz da lakaad hô daouarn war-n-ezhô, évit ma teujé ar Spéred-Santel énn-hô, ô rei d’ézhô ével-se ar gouzoumen. Ar Jentiled nébeûd a amzer goudé a zéraouaz dond enn Iliz. Ar c’henta a oé eur c’habitan Roman hanvét Kornel péhini a anavézé araok neûzé ar gwir Zoué, a béde anézhan bépréd, hag a réa aluzennou brâz. Doué a c’hourc’hémennaz d’ézhan gand eunn Éal lakaat klask Sant Pér, péhini eûz hé dû a oe aliet dré atiz Doué na rajé kéd a énébiez évit mond dî ; ha pa oé deûet ha pa zeraouaz komza, kornel hag ar ré all strolled énô a zigéméraz ar Spéred-Santel ha galloud ann[sic] iézou. Sant Per râk-tâl a lékéaz hé vadézi, ha neûzé mister galvidigez ar Jentiled a zeraouaz béza sévénet. Dré-ze Doué gand hé vadélez hép kén en deûz galvet ar Baganed d’ar feiz ha da c’hrâs Jézuz-Krist, kerkouls hag ar Iuzevien ; hag ind deûed é léac’h ar Iuzevien diboell. Jézuz-Krist a c’halvaz a-zevri eunn trizékved Abostol, goudé ma oé pigned enn Énv évit laboura d’ann distrô eûz ar Jentiled, hag ann Abostol Sant Paol eo.

Goulenn. Piou a oé ar c’henta Merser. Lavar. Sant Stéfan. G. Pétrâ eo da lavarout Merzer. L. Da lavaroud eo, tést. G. Pé desténi hô deûz rôed ar Verzérien. L. Pénaoz eo gwir kélennadurez ann Aviel. G. Piou eo ar ré genta a zigéméraz ann Aviel goudé ar Iuzevien. L. Ar Zamaritaned. G. Piou eo ar c’henta eûz ar Jentiled a zigéméraz ann Aviel. L. Ar C’hanténer Kornel. G. Danévellit hé vuez. L. Kornel a ioa eunn dén a zoujans Doué, péhini a réa kalz a bédennou hag a aluzennou. Alied é oé gand eunn Éal da lakaad da zont Sant Per, ha Sant Per a oé aliet na rajé kéd a énébiez évit mond dî. G. Pétrâ a c’hoarvézaz pa oé énô. L. Ével ma téraoué hé gélenna gand hé dûd, é tigémerjond ar Spéred-Santel. G. Pétrâ a rôaz Sant Per. L. Lakaad a réaz râk-tâl hô badézi. G. Pé mister a zéraouaz ann dûd da anaont neuzé. L. Mister Galvidigez ar Jentiled. G. Pétrâ eo. L. Dré-zé Doué en deûz galved ar Jentiled da zond é léac’h ar Iuzevien diskrédik. G. Pérâk Doué en Deûs-hén hô galvet. L. Dré hé wir vadélez. G. Piou a oé Abostol ar Jentiled. L. Sant Paol. G. Peûr hon Salver a c’halvaz-hén anézhan. L. Goudé ma oé pigned enn Énv.




PEMVED GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz a Ziazes ann Ilizou.

Ann Ėbestel en em skignaz dré ar béd holl, évit kélenna ann holl boblou, hervez ar gourc’hémenn en doa gréad d’ézhô Jézuz-Krist. Hôgen abarz ma en em ranjont, é réjont ar Sembol, da lavaroud eo, eunn arouéz évid anaoud ar gwîr dûd léal. Ann diverr eo eûz ann holl Gélénadurez Gristen ével-henn : Mé a gréd é Doué ann Tâd holl-c’halloudek, Krouer ann Énv hag ann douar, hag é Jézuz-Krist hé Vâp penn-her hon Aotrou, péhini a zô bét engéhentet gand ar Spéred-Santel ; a zô bét ganet gand ar Werc’hez Vari ; a zô bét staged ouc’h ar groaz ; a zô marvet ; a zô bét liénet ; a zô diskennet d’ann ifernou ; a zô savet ann trédé deiz a varô da véô ; a zô pigned enn Énvou ; â zô azézet enn tû déou da Zoué ann Tâd holl-c’halloudek ; ac’hanô é teûi da varna ar ré-véô hag ar ré-varô. Mé a gréd er Spéred-Santel, enn Iliz Santel Katolik, é ken-unvaniez ar Zent, é distol ar béc’héjou, é dazorc’hidigez ar c’hik, er vuez peur-baduz. Ével-sé bézet gréat. Ann Ébestel ô tiazéza ann Ilizou, a lékéa é pép kéar eunn Eskop, Béleien ha Diagoned, évit réna ar bobl léal. Sânt Per eo a ziazézaz ann teir Iliz veûr, hag é lékéaz hé gador é Rom, péhini a oa ar genta kéar eûz ann Impalaerded, hag a zeûaz ével-sé ar gador abostolik hag ar genta eûz ann holl Ilizou. Sant Paol a zeûaz ivé dî, hag hô daou é oent merzériet énô pa édô Néron Impalaer. É-c’hîz ma oé Sant Per ar penn eûz ann Ébestel, lékéat gant Jézuz-Krist hé-unan, ann eskop a Rom, péhini a hanvomp ar Pâb, hag a zô enn hé léac’h, a zô bét sellet a béb amzer ével ar c’henta eûz ann holl eskep, dré ziazez Doué, ô véza m’az eo viker Jézuz-Krist hag ar penn gwéluz eûz ann Iliz.

Goulenn. Pétrâ a réaz ann Ébestel abarz ma en em skignjond dré ar béd holl. Lavar. Ober a réjond ar Sembol. G. Pétrâ eo ar Sembol. L. Eunn arouéz évid anaoud ar gwîr dud léal. G. Livirid ar Sembol. L. Mé a gréd é Doué, etc. G. Pétrâ a réa ann Ébestel évit diazéza Ilizou nevez. L. Lakaad a réant é pép kéar eunn Éskop, Béleien ha Diagoned. G. Piou a ziazézaz ann teir Iliz veûr. L. Sant-Per. G. Péléac’h é lékéaz hé gador, L. É Rom. G. Pérak. L. O véza ma oa penn-kéar ann Impalaerded G. Pétrâ eo kément-sé da lavarout. L. Éz eo ar Pâb ar penn gwéluz eûz ann Iliz. G. Pérâk. L. O véza ma éma é léac’h Sant Per. G. Piou eo ar penn diwéluz. L. Jézuz-Krist, péhini a zô enn Énv.




C’HOUEC’HVED GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz ann Tradision hag eûz ar Skritur.

Jézuz-Krist n’en doa kélennet néméd a-c’hénou, hép skriva nétrâ : ann Ébestel a réaz enn hévélep doaré er penn-kenta, ha kalz anézhô n’hô deûz skrivet nétrâ é-béd. Hôgen bépréd é lékéjond hô holl bréder da zeski diskikled, ha d'hô lakaat gwiziek a-walc’h évid diski ré all. Ével-sé hô c’hélénadurez a zô deûed d’ann Eskep kenta, eûz ar ré-zé d’ar ré a zô deûed hô c’houdé ha d’ar Véleien all bétég ar ré a gélenn bréma. Hag ann heûl a gélennou-ré eo a c’halveur Tradision. Gér Doué a zô éta a ziou zoaré, skrivet ha diskriv. Ar gér diskriv êo ann Tradision péhini hép-kén en deûz miret gwîr Lézen-Doué adaleg ar derou béd bété Moizez, ha péhini en deûz miret c’hoaz abaoé meûr a wirionez péré né oant két skrivet. Ar gér skrivet eo al levriou eûz ann Testamant kôz hag eûz ann Testamant nevez, péré holl kévret a c’halveur ar Vibl. Enn Testamant kôz é kaveur Skridou Moizez hag ar Broféded : enn Testamant nevez é kaveur Skridou ann Ébestel hag ann Aviélerien. Ar feiz a rédi da gridi kémend a zô el levriou-zé, dré ma int skrived dré ali ar Spéred-Santel, hag hon rédia a ra ivé da gridi ann Tradisionou a zeû eûz ann hévélep vammen, da lavaroud eo, ar ré a zô bét digéméret gant grâd-vâd ann holl dûd léal, adaleg ar penn-kenta, ha dreist-holl ar ré a zô anavézet évit gwîr gand ann Iliz.

Goulenn. A béd doarê eo gér Doué. Lavar. A ziou zoaré, skrivét ha diskriv. G. Pétrâ eo ar gér diskriv. L. Ann Tradision. G. Pétrâ a c’halvit-hu Tradision. L. Ann heûl a gélennou a zô deud eûz ann Ébestel d’ann Eskep, hag ével-zé bété ni. G. Pétrâ eo ar Skritur. L. Ar Vibl, é péhini é kaveur levriou ann Testamant nevez. G. Eûz a biou eo levriou ann Testamanl kôz. L. Eûz a Voizez hag eûz ar Broféded. G. Pénaoz eo bét miret Lézen Doué a-raok Moizez. L. Dré Dradision. G. Gant piou eo bét skrivet levriou ann Testamant nevez. L. Gand ann Ėbestel hag ann Aviélerien. G. Pérâg ef-hén réd d'é-omp kridi ar Skritur. L. Dré ma eo béd aliet gand ar Spéred-Santel. G. Ha réd eo ivé d’é-omp kridi ann Tradison. L. Ia, dré ma teû eûz ann hévélep vammen.




SEIZVED GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz a Zismantr Jéruzalem.

Kéar Jéruzalem ha Kouantélez ar Iuzevien a badaz c’hoaz eunn nébeûd amzer goudé embann ann Aviel, bété ma oé savet Iliz nevez ar Jentiled ; râg hini ann Israelited kôz a dlié béza ar c’héf hag ar c’hrisien eûz a hou-man. Enn-divéz, ann amzer a zeûaz, é péhini Jéruzalem a dlié béza dismantret, hervez diougan Jézuz-Krist. Ar Iuzevien a zispac’haz oud ar Romaned. Béz é oé eur brézel kriz meûrbéd. Jéruzalem a oé grounnet hag ann naounégez a oé kér braz, ma en em gavaz mammou péré a zebraz hô bugalé hô-unan. Er grounnadur-zé hép-kén, é varvaz unnék kant mil dén. Kéméret ha dismantret é oé kéar gant Tituz, mâb ann Impalaer Vespazien, hag ann templ a oé devet. Doué a wanaz er c’hîz-zé ar géar fallagr-zé, é péhini é oa bét skulet gwâd ken aliez a Broféded ha dreist-holl hini Jézuz-Krist, hé Roué hag hé Salver. Ar Iuzevien péré né oa két felled d’ézhô hô anaout évid hô Daspréner, a zeûaz da sklaved d’ar Romaned, a oé kased er-méaz eûz hô brô ha lékéad er stâd dizeur é péhini émint abaoé ouc’h-penn seiték kant vloaz. Lidou al lézen gôz a oé torret neûzé enn-holl-d’ann-holl : râk bété neûzé é oa béd aotréed hô ôber, d’ann dûd léal, kerkouls ha d’ar ré all.

Goulenn. Pérâg é padaz c’hoaz eunn nébeûd amzer ar Géar a Jéruzalem goudé embann ann Aviel. Lavar. Évit ma vijé saved Iliz ar Jentiled war ziazez hini ar Iuzevien. G. Gant piou é oé dismantret Jéruzalem. L. Gant Tituz, mâb ann Impalaer Vespazien. G. Ha kalz a dûd a varvaz énô. L. Unnék kant mil dén. G. ’Ha brâz é oé ann naounégez. L. Béz é oé mammou hag a zebraz hô bugalé. G. Pérâg é oé gwanet ar Géar-zé er c’hiz-zé. L. Dré m’é doa lékéat Jézuz-Krist d’ar marô. G. Pétrâ a zeûaz ar Iuzevien. L. É sklavérez é oent kaset ha skignet dré ar béd holl. G. Pétrâ a zô c’hoarvézet gant-hô a-c’houdé-véz. L. Émint c’hoaz enn hévélep stâd. G. Abaoé pégeid amzer. L. Abaoé ouc’h-penn seiték kant vloaz.




EIZVED GENTEL WAR-N-UGENT
Eûs ann Heskinou.

Ann Ébestel holl a oé merzériet, hag hô holl ziskibied, kerkoulz hag ar Babed kenta hag ann Eskep kenta a rôaz ivé hô buez é testéni ann Aviel. Ann Iliz a oé c’hoaz Heskinet é-pâd trî c’hant vloaz, hag é oé eul lôd diniver a verzerien a bép reiz hag a béb oad. Ar Gristenien évit-hô na réant némét vâd d’ann holl, a oa kaséet gand ann holl, dré ma argarzent ann idolatri hag ann holl wallou a réné é-touez ar Baganed. Ann Impalaéred hag ar pennou-brô a lékéaz hô striv meur a wéach évid hô laza holl. Hô c’hâs a réed er-méaz eûz ar vrô ; hô madou a lamed digant-hô ; é prizoun hô lékéed ; hô laza a réed ; hôgen na zoujent kéd ar marô ; dré-zé é lékéed anézhô da c’houzanvi ar c’hastizou ar ré grisa ; gant marc’hou-koad ha poléou évid hô astenna ; gant biziad houarn évid hô dispenna ; gant tân ; gant grilou, gand éôl berô, gant ploum teûzet. Lôd a oa lékéat dirâk loéned férô évit béza lounket, lôd all a oa kignet, divouzellet, daou-heskennet. Hô daouarn a drouc’hed dézhô, hô dent, hô daou-lagad, hô ivinou a ziframmed. Ar ré a c’houzanvé gant kendalc'h bétég ar marô a oa hanvet Merzerien, ével Sant Lorans, Sant Visant Sant-Sébastien ; Santez Agnez, Santez Apollina, ha kalz ré all. Ann dud léal en em strollé war hô bésiou évit meûli Doué hag en em erbédi d’hô fédennou.

Goulenn. Pénaoz é varvaz ann Ébestel hag hô diskibled kenta. Lavar. Ann Darn-vuia anézhô a oé merzeriet. G. Pégeid é padaz ann Heskinou a-éneb ar Gristenien. L. Trî c’hant-vloaz. G. Pé zroug a réant évit béza kaséed enn doaré-zé. L. Na réant némét vâd. G. Pérâg éta é oant-hi kaséet. L. Dré ma tamallent ann idolalri ha gwallou ar Baganed. G. Pétrâ a réed d’ézhô. L. Hô madou a géméred ; d’ar marô hô c’hased. G. Ha né oa kéd a-walc’h hô c’hâs d’ar marô. L. Nann, râg ar marô a zisprijent. G. Livirid hiniennou eûz hô c’hastizou. L. Hô astenna a réed war varc’hou koad ; hô dispenna a réed gant bégou houarn ; hô lakaad a réed da rôsta ; hô dent a ziframmed diout-hô. G. Pé énor a réa ar Gristenien d’ar Verzerien. L. En em strolla a réant war hô bésiou évit meûli Doué hag évid hô fidi.




NAVED GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz a Frankiz ann Iliz hag eûz ar Vénec’h.

Seûl-vui ma lazed a Gristenien, seûl-vui é kreské ann niver anézhô ; ha koulskoudé biskoaz na glaskchont en em zifenni dré ann ners a éneb ar Brinsed péré a réa kémend a zrouk d’ézhô. Enn-divéz goudé tri-c’hant vloaz a boaniou, Doué a rôaz peoc’h d’hé Iliz, dindân rén ann Impalaer Konstantin, péhini en em c’hréaz Kristen. Neûzé ar Gristenien a zéraouaz servicha Doué gant pép Frankiz ; hôgen enn hévéleb amzer, furnez aon darn-vuia anézhô a zéraouaz en em laoskaat. Meûr a hini en em roé évit béza Kristenien, hép disprijoud ar blijaduriou hag ar madou, hag héb béza é gortoz eûz ann Énv. Ével-sé ar ré a fellé d’ézhô heûlia ann Aviel gant mui a léalded, a gavaz gwelloc’h en em ranna eûz ar béd. Ar ré-man a oé hanvet Ménec’h, da lavaroud eo, hô-unan pé léaned. Ar ré gloka a oé enn Éjipt é péléac’h é oent réoliet gant Sant Anton. Paour brâz é vévent ; iuni a réant bemdéz diwar bara ha dour ; laboura a réant bépréd gand hô douarn ; eûr sioulded brâz a virent ; nébeûd é kouskent ; aliez brâz é pédent Doué hag é prédérient ar Skritur Santel. Ar vuézégez-zé en em skignaz dré ann holl Gristénez, ha Sant Bénéad a réaz eur réol péhini a zô bét heûliet ar muia é Brôiou ar c’hûs-héol.

Goulenn. Ann heskinou hag hî a vihanaaz kalz ann niver eûz ar Gristenien. Lavar. Enn-énep, seûl-vui ma lazed eûz anézhô, seûl-vui é tistrôé ann dûd ouc’h Doué. G. Pérâk n’en em zifennent-hi kéd a-éneb ar Baganed. L. Doué a verz en em zispac’ha a-éneb hé Roué war nép zigarez é-béd. G. Piou a oé ar c’henta Impalaer Kristen. L. Konstantin. G. Pé gemm a c’hoarvézaz neûzé. L. Pép Frankiz a oé rôet da zervicha Doué. G. Peûr é téraouaz ano darn-vuia eûz ar Gristenien en em laoskaat. L. É-trô ann hévéleb amzer. G. Pétrâ a réaz ar ré a fellé d’ézhô béva gant mui a léalded égéd ann darn-vuia. L. En em denna a réjond enn distrô. G. Pénaoz é oant-hi hanvet. L. Ménec’h, da lavaroud eo léaned. G. Pénaoz é vévent. L. Iuni a réant bemdéz ; laboura a réant gand hô daouarn ; pidi a réant bépréd.





EIL GÉVREN,
PÉHINI A ZALC’H É BERR GOMSIOU
AR GÉLÉNADUREZ GRISTEN.




KENTA GENTEL.
Eûz ar Feiz, eûz ann Espérans hag eûz ar Garantez.

El lézen Gristen éz eûz péder gévren : Sembol ann Ébestel, Péden ann Aotrou, Gourc’hémennou Doué hag ar Zakramanchou. Er Sembol é kaveur ar péz a dléomp da gridi dré ar feiz ; er Béden, ar péz a dléomp da c’houlenni gant espérans ; Gourc’hémennou Doué a ziskouéz d’é-omp ar péz a dléomp da ôber dré ar garantez, da lavaroud eo, dré garantez Doué ha dré hé c’hrâs, a zigéméromp dré ar Zakramanchou. Dré-zé holl lézen Doué a zô pâr d’ann teir vertuz-man, ar Feiz, ann Espérans, hag ar Garantez. Na hellomp kéd hô c’haout ac’hanomb hon-unan ; réd eo é teûfé Doué d’hô rei d’é-omp dré hé vadélez. Dré ar Feiz é krédomp stard kémend en deûz Doué diskieriet d’hé Iliz, da lavaroud eo, da strollad ann dud léal, péhini a bâd adalek penn-kenta ar béd bété nî : kémend hô deûz kélennet ann Tadou-brâz, ar Broféded hag ann Ébestel, hag en deûz Doué testéniet gant burzudou, pé eo bét skrivet, pé n’eo két. Doué na hell két fazia nag hol lakaad da fazia ; râk-sé é krédomp kémend en deûz lavaret, évid-omp aliez na boellomp kéd anézhan. Dré ann Espérans, é c’hédomp gant fisians ar madou a ziougan Doué d’é-omp, péré eo ar c’hrâs er vuez-man hag ar vuez peûr-baduz é-c’houdé. Dré ar Garantez é karomp Doué dreist pép trâ hag hon nésa ével-d-omp hon-unan. Ar wella eo eûz ann teir vertuz-zé, hag hi hép-kén a choum da-vikenn.

Goulenn. Péd kévren a zô el lézen Gristen holl. Lavar. Péder. G. Livirit-hô. L. Sembol ann Ébestel, Péden ann Aotrou, Gourc’hémennou Doué hag ar Zakramanchou. G. Da béd vertuz eo pâr holl lézen Doué. L. Da deir. G. Livirit-hô. L. Ar Feiz, ann Espérans hag ar Garantez. G. Ha ni a hell kaoud ar vertusiou-zé ac’hanomb hon-unan. L. Nann ; réd eo é teûfé Doué d’hô rei d’é-omp. G. Pétrâ a ra ar Feiz. L. Hol lakaad a ra da gridi stard kémend en deûz Doué diskleried d’hé Iliz. G. Pénaoz éc’h ouzomp-ni en deûz Doué komzet ouc’h ann dûd. L. Dré ar vurzudou. G. Pérâg é krédomp-ni ar péz en deûz lavared d’é-omp. L. O véza na hell két fazia nag hol lakaad da fazia. G. Pétrâ a râ ann Espérans. L. Ma c’hédomp gant fisians ar madou a ziougan Doué d’é-omp. G. Péré eo ar madou-zé. L. Ar c’hrâs er vuez-man hag ar gloar enn ébén. G. Pétra eo ar Garantez. L. Ar garantez évid Doué Hag évid ann nésa. G. Péhini eo ar vrasa eûz ann teir vertuz-zé. L. Ar Garantez.




EIL GENTEL.
Eûz ann Dreinded.

Chétu ar sembol : Mé a gréd é Doué ann Tâd holl-c’halloudek, krouer ann énv hag ann douar ; hag é Jézuz-Krist, hé Vab penn-her, hon Aotrou ; péhini a zô bét engéhentet gand ar Spéred-Santel ; a zô bét ganet gand ar Werc’hez Vari ; en deûz gouzanvet dindân Pons-Pilat ; a zô bét staged ouc’h ar groaz ; a zô marvet ; a zô bét liénet ; a zô diskennet d’ann ifernou ; a zô savet ann trédé deiz a varô da véô ; a zô pigned enn énvou ; a zô azézet enn tu déou da Zoué ann Tâd holl-c’halloudek ; ac’hanô é teûi da varna ar ré-véô hag ar ré-varô. Mé a gréd er Spéred-Santel, enn Iliz Santel Katolik, é ken-gréden ar Zent, é distol ar béc’héjou, é dazorc’h ar c’hik, er vuez peûr-baduz. Ével-sé bézet gréat. Kridi a réomp eunn Doué hép-kén, Aotrou roué eûz a bép trâ : péhini en deûz gréat pép trâ, a gendalc’h pép trâ, hag a rén pép trâ ; a hell ôber ar péz a gâr. Ann tâd eo eûz hé holl grouadurien, pa en deûz hô gréat ha pa hô mâg gand eûr vadélez a dâd. Hôgen, évit-gwîr, n’eo Tâd néméd d’hé Vâb penn-her, péhini a zô hé Verb hag hé c’hér a-ziabarz, ar furnez en deûz engéhentet enn-han hé-unan a-raog ann holl grouadurien, ha dré béhini en deûz gréat pép trâ. Ar Mâb-zé a zô pâr d’ann Tâd, péhini en em anavez évit béza ker mad ha ma’z eo. Ann Tâd a gâr hé Vâb, ar Mâb a gâr hé Dâd, hag ar garantez-zé eûz ann Tâd hag eûz ar Mâb a zô ar Spéred-Santel, péhini a zeû eûz ann eil hag eûz égilé, hag a zô pâr d’ann eil ha d’égilé. Béz éz eûz éta é Doué, eunn Tad, eur Mab hag eur Spéred-Santel ; unan anézhô hô zrî né kéd égilé, ha pép-hini anézhô hô zrî a zô Doué, ével ann daou all : hôgen hô zrî né d-int néméd ann hévélep Doué. DaR na hell béza néméd eunn Doué ; anéz na vijé két roué.

Goulenn. Livirid ar Sembol. Lavar. Mé a gréd é Doué, etc. G. Pétrâ eo Doué. L. Ann Aotrou roué eûz a bép trâ. G. Pérâg é c’halvit-hu anézhan Holl-C’halloudek. L. O véza m’en deûz gréat pép trâ ha ma hell ôber ar péz a gâr. G. Pérag é c’halvit-hu anezhan Tâd. L. O véza m’en deûz hor gréad holl, ma hor c’hendalc’h ha ma hor rén ével bugalé d’ézhan. G. Piou eo gwîr Vab Doué. L. Hé C'hér, hé furnez, péhini en deûz engéhentet enn-han hé-unan. G. Ar Mâb zé da Zoué hag hén zô pâr d’ann Tâd. L. Ia, ker braz ha ker mad eo hag hén. G. Doué ann Tâd hag hén na gâr-hén kéd hé Vâb. L. Ia, ha Mab Doué a gâr hé Dâd. G. Pénaoz é c’halveur ar garantez-zé eûz ann Tad hag eûz ar Mâb. L. Ar Spéred-Santel. G. Eûz a biou é teû. L. Eûz ann eil hag eûz égilé. G. Ar Spéred-Santel hag hén a zô pâr d’ann Tâd ha d’ar Mâb. L. Ia, pâr ind hô zrî. G. Pép-hini anézhô hô zri hag hén a zô dishénvel diouc’h égilé. L. Ia, unan anézhô hô zrî né kéd égilé. G. Ha Doué eo pép-hini anézhô. L. Ia, pép-hini anézhô hô zrî a zô Doué. G. Ha n’ind-hi két tri Doué. L. Nann, ann Tâd, ar Mâb hag ar Spéred-Santel a zô hô zrî ann hévélep Doué. G. Hag ouc’h-penn eunn Doué é hell béza. L. Nann, na hell két béza.




TRÉDÉ GENTEL.
Eûz a Inkarnasion ar Verb hag eûs a Zazprénadurez ann dûd.

Mab penn-her Doué eo Jézuz-Krist hon Aotrou, da lavaroud eo, pénaoz ar Verb, péhini a oa é Doué er penn-kenta, a zô en em c’hréat kik hag a zô deûed da choum gan-é-omp. Doué é oa a-viskoaz, hag eo en em c’hréat dén enn amzer, héb éhana béza Doué, hôgen ô kémérout eur c’horf hag eunn éné ével-d-omp. Béz’ eo koulskoude eunn dén hép-kén, ar Verb deûet-kik, Jézus-Krist, gwîr Zoué ha gwîr zén. Engéhentet eo bét gand ar Spéred-Santel ha ganet eo bét gand ar Werc’hez Vari, da lavaroud eo, pénaoz hé c’hinivélez a zô bét eur burzud : hé Vamm zantel oc’h hé lakaad er béd, a zô choumet Gwerc’hez bépréd ; ha Jézuz-Krist adaleg ar penn-kenta, a zô bét leûniet gand ar Spéred-Santel ha gand ar c’hrâs, hép gelloud ôber péc’hed é-béd, ha Sant anézhan hé-unan. Évid-omb eo Mâb Doué en em c’hréat dén. Évidomb eo en deûz gouzanvet dindân Pons-Pilat, eo bét staged ouc’h ar groaz hag eo marvet ; kémend en deûz hor c’haret, ma eo felled dézhan rei hé wâd hag hé vuez évid hon daspréna eûz a sklavérez ann diaoul.

Goulenn. Piou eo hon Aotrou Jézuz-Krist. Lavar. Ar Verb eo péhini a zô en em c’hréat kîk. G. Pétrâ eo ar Verb. L. Mâb Doué eo. G. Pétrâ eo da lavarout eo en em c’hréat kîk. L. Da lavaroud eo, eo en em c’hréat dén. G. Hag en em gemmet eo. L. Nann, choumed eo Doué ével kent. G. Hag hén en deûz eur c’horf hag eunn éné ével-d-omp. L. Ia, dén klôk eo. G. A biou eo Mâb ével dén. L. Eûz ar Werchez Santel Mari. G. A biou eo Mâb ével Doué. L. Eûz a Zoué hép-kén. G. Ha daou int, Mâb Doué ha Mâb Mari. L. Nann Jézus-Krist hép-kén eo. G. Pérâg é lévéreur eo bét engéhentet gand ar Spéred-Santel. L. Évid diskouéza eo bét deûed er béd dré vurzud, eûz a eur Werc’hez. G. Pétrâ a felleur c’hoaz da lavaroud dré zé. L. Pénaoz eo ganet Sant ha na hell két péc’hi. G. Évit piou eo Mâb Doué en em c’hréat dén. L. Évid-omp hag évid hor silvidigez. G. Da bétrâ eo bét mâd hé c’hloasiou hag hé varô. L. Da zaspréna ac’hanomp eûz a sklavérez ann diaoul.




PÉVARÉ GENTEL.
Eûz a Ziskennidigez Jézuz-Krist d’ann ifernou, eûz hé Zazorc’hidigez hag eûz hé Bignidigez enn Énv.

Pa oé marô Jézuz-Krist, hé gorf a oé lékéad er béz hag hé éné a ziskennaz d’ann ifernou, da lavaroud eo, el léac’h a éhan é péhini édo ar Zent adalek penn-kenta ar béd. Mâb Doué hô zennaz ac’hanô, évid hô lakaad da vond er baradoz. Pétrâ-bennâg ma oa rannet hé éné diouc’h hé gorf, hé zouélez na zilézaz nag hé gorf nag hé éné ; Mâb Doué eo a zô bét liénet hag a zô diskennet d’ann ifernou. Ann trédé deiz é tazorc’haz, hervez ar skrituriou, da lavaroud eo, hervez diouganou David hag ar Broféded all. Pigned eo enn Énv hag éma azézet enn tu déou da Zoué ann Tâd holl-c’halloudek. Lavaroud a réeur eo azézet, évid diskouéza pénaoz éma enn eur gwir éhan, ha pénaoz en deûz holl c’halloud enn Énv ha war ann douar, ével gwîr Roué hag ar Barner brâz eûz ann holl Éled hag eûz ann holl dud. Ann tu déou a Zoué a ziskouéz ar véli vrâz eûz a Jézuz-Krist, péhini, ével dén zô-kén, a zô dreist ann holl grouadurien.

Goulenn. Goudé marô Jézuz-Krist péléac’h éz éaz hé éné. Lavar. Enn ifernou é tiskennaz. G. Pétrâ ! el léac’h ma eo kastizet ann diaoulou. L. Nann, el léac’h ma édo ar Zent. G. Ha né oa c’hoaz dén é-béd enn Énv. L. Nann, Jézuz-Krist a c’hortozent évid hô lakaad da vond ébarz.. G. Korf marô Jézuz-Krist er béz hag hén a oa rannet eûz hé zouélez. L. Nann, béz’ é oa bépréd korf Mâb Doué. G. Pérâg é lévéreur pénaoz Jézuz-Krist en deûz gouzanvet hag a zô bét dazorc’het hervez ar Skrituriou. L. Dré m’hô doa diouganet ar Broféded kémend a zô c’hoarvézet gant-han. G. É pé stâd éma Jézuz-Krist enn Énv. L. Azézet eo enn tu déou da Zoué holl-c’halloudek. G. Ha Doué en deûs-hén eunn dourn déou hag eunn dourn kleiz. L. Nann, évid diskouéza eo ar véli vrâz eûz a Jézuz-Krist. G. Pérâg é lévéreur eo azézet. L. Évid diskouéza éma war éhan. G. Pérâk c’hoaz. L. Évid diskoueza eo Barner ha Roué.




PEMVED GENTEL.
Eûz ar Varn.

Éman Jézuz-Krist enn Énv na vîr kéd out-han na zeû da brédéria évid-omp, pa eo dré-z-han é teû d’é-omp holl c’hrasou Doué. Hén eo ar Bélek brâz, a erbéd évid-omp, hag a ginnig bépréd da Zoué ar sakrifiz eûz hé varô hag eûz he c’hloasiou, péhini en deûz kinniget eur wéach war ar groaz. Réna a ra hé Iliz gand ann Eskeb, gand ann Doktored ba gand ar Véleien all, péré a skoazell gand hé Spéred-Santel. Ac’hanô é teûi da varna ar ré-véô hag ar ré-varô. Ar béd gwéluz-man holl a zeûi da-gét eunn deiz a vézô. Kémend a zô war ann douar a vézô peûr-zevet gand ann tân : ann héol hag al loar a gollô hô goulou, ar stéred a gouézô eûz ann Énv, ar béd holl a vézô diskaret ; ann Éled a zonô gand ann drompil hag a strollô a bép tû ar ré-varô péré a zazorc’hô hag a zavô eûz hô bésiou. Jézuz-Krist a ziskennô eûz ann Énv war ar goabrou, gand eur veûrdez vrâz ; ar ré-vâd a vézô lékéat enn tu déou dézhan, hag ar ré-zrouk enn tu kleiz d’ézhan ; hô barna a rai holl hervez hô ôberiou : gervel a rai ar ré-vâd enn hé c’hloar hag é kasô ar ré-zrouk d’ann tân peûr-baduz. Na ouzeur két peûr é teûi ar Varn-zé ; hôgen gwîr eo é souézô ann holl.

Goulenn. Jézuz-Krist enn Énv hag hén na zeû kéd da brédéria évid hé Iliz. Lavar. Ia, hé réna a ra gand ann Eskeb ha gand ar Véleien. G. Ha n’ef-hén két Bélek hé-unan. L. Ia, ar Bélek brâz eo a erbéd évid-omp. L. Pé seurt sakrifiz a ginnig-hén. L. Ann hévélep hini en deûz kinniget war ar groaz. G. Ha na zeûi-hén mui war ann douar. L. Dond a rai da varna ar ré-véô hag ar ré-varô enn deiz divéza. G. Pétrâ a c’hoarvézô enn deiz divéza-zé. L. Kément a zô war ann douar a vézô devet. G. Nag enn Énv. L. Ar stéred a gouézô, ann héol hag al loar a dévalai. G. Pétrâ a rai ann Éléd. L. Strolla a raint ann holl dud ouc’h son ann drompil. G. Ha pénaoz é teûi Jézuz-Krist. L. War eur goabren é tiskennô gand eur veûrdez vrâz. G. Pénaoz é varnô ann dûd. L. Hô barna a rai hervez hô ôberiou. G. Peûr é teûi ar Varn-zé. L. Dén n’her goar.




C’HOUECHVED GENTEL.
Eûz ar Spéred-Santel.

Ar Spéred-Santel a zô ar galouniez pé ar garantez, péhini eo Doué hé-unan, da lavaroud eo, ar garantez spéréduz, dré béhini ann Tâd peûr-baduz en em gar hé-unan hag a gâr hé Vâb, ha dré béhini ar Mâb a gâr hé Dâd hag en em gar hé-unan. Dond a ra éta eûz ann Tâd hag eûz ar Mâb ; pâr eo d’ézhô, évit-han da véza eunn dén dishénvel eûz ann Tâd hag eûz ar Mâb. Doué hag Aotrou eo ével-t-hô, dellézek da véza azeûlet ha meûlet kévret gant-hô, hag ann énor-zé a zougomp d’ézhan, ô lavarout : Gloar ra vézô d’ann Tâd, d’ar Mâb ha d’ar Spéred-Santel ; ével ma oa er penn-kenta, ha bréman, ha bépréd hag é amzeriou ann amzeriou. Ével-sé bézet gréat. Hén eo en deûz komzet dré c’hénou ar Broféded, ann Ébestel, ann Aviélerien hag ar ré all holl péré a zô bét aliet gand Doué. Spéred-Santel é c’halvomb anézhan, ô véza ma eo hén a rô ar vuez spéréduz, ar zantélez hag ar c’hrâs, a laka ac’hanomp da véza gwirion hag hétuz da Zoué. Ar rô-zé eûz ar Spéred-Santel eo ar garantez évid Doué skignet enn hor c’halonou, péhini a laka ac’hanomp da gaout plijadur oc’h heûlia hé ioul ; ha pa véz brasoc’h ar plijadur-zé égéd ann hini hon eûz oc’h ôber hon ioul, é réomp ôberiou mâd, péré holl laka da zellézoud ar vuez peûr-baduz. Na hellomp két ac’hanomb hon-unan kaout plijadur é nétrâ all néméd er péz a laouéna hor skiantou hag er péz a zell ouz-omp hon-unan : dré-zé na hellomp ôber mâd é-béd hép skoazel Doué, péhini eo grâs ar Spéred-Santel.

Goulenn. Pétrâ eo ar Spéred-Santel. Lavar. Ar garantez eo a zô Doué hé-unan. G. A biou é teû. L. Dond a ra eûz ann Tâd hag eûz ar Mâb. G. Ha pâr eo d’ézhô. L. Ia, Doué hag Aotrou eo ével-t-hô. G. Pénaoz éc’h azeûlomp anézhan gand ann Tâd hag ar Mâb. L. O lavarout : Gloar ra vézô d’ann Tâd, etc. G. Pérâg é c’halvomb anézhan Spéred-Santel. L. O véza ma rô d’é-omp ar zantélez péhini eo ar vuez spéréduz. G. Pétrâ eo ar rô-zé eûz ar Spéred-Santel. L. Ar garantez évid Doué eo a zeû enn-omp dré hé c’hrâs. G. Pétra a ra enn-omp ar garantez-zé. L. Hol lakaad a râ da gaout plijadur oc’h ôber ioul Doué. G. Ar plijadur-zé hag hén a zô natural d’é-omp. L. Né két. G. É pétrâ hon eûz-ni plijadur hervez hon natur. L. Oc’h ôber hon ioul hag ô walc’ha hor skiantou. G. Pénaoz éta é hellomp-ni ôber ôbériou mâd. L. Dré c’hrâs Doué ha dré rô ar Spéred-Santel.




SEIZVED GENTEL.
Eûz ann Iliz.

Ann Iliz eo ar stroll eûz ann dud léal, da lavaroud eo, eûz ar ré a zervich Doué hervez ar wîr lézen péhini en deûz desket hé-unan. Ann Iliz a zô unan, katolik hag abostolik. Unan eo, ô véza ma eo eur strollad reizet mâd, eur c’horf eûz a béhini Jézuz-Krist eo ar penn. Na hell két éta béza rannet ; ar ré en em rann diout-hi, é-c’hîz ann hérétiked hag ar chismatiked, a choum er-méaz ; hôgen na réont kéd eunn Iliz all. Ével eur bréac’h pé eunn ézel all eo péhini a zô rannet eûz ar penn. Ann hérétiked eo ar ré a zesk eur gélénadurez ha né kéd hini ann Iliz ; ar chismatiked eo ar ré a fell d’ézhô ôber eur c’horf a dû. Ann Iliz a zô santel dré hé c’hélénadurez ; dré hé sakramanchou, dré hé fenn, péhini eo Jézuz-Krist, ha dré galz eûz hé memprou ; rak n’int két santel holl ; ann Iliz é deûz enn hé mesk war ann douar eunn niver brâz a dûd fall, hag er varn zivéza eo é vézô gréad ar rann anézhô. Ann Iliz a zô katolik, da lavaroud eo, hollek, ô véza ma eo skignet dré ann holl amzeriou ha dré ann holl lec’hiou. Ann hévéleb Iliz eo péhini é deûz padet adaleg Adam, Noé, Abraham hag ann holl Dadou-brâz bété Moizez. Adalek Moizez, ar Véleien-vrâz diskenned eûz hé vreûr Aaron, hô deûz padet bété Jézuz-Krist ; hag abaoé Jézuz-Krist éc’h anavézomp ann holl heûliadur eûz ar Babed a zô bét goudé Sant-Per, Ann Iliz a zô skignet dré ann holl vrôiou eûz ar béd, ha dré-holl é deûz eunn hévélep feiz hag en em zervich eûz ann hévélép sakramanchou. Abostolik eo hanvet, ô véza ma vîr kélénadurez ann Ébestel, hag ô véza ma pign ann heûliadur eûz hé Eskeb bétég ann Ébestel, dreist-holl enn Iliz Romen, é péhini é gourc'hémenn ar penn gwéluz eûz ann Iliz hollek.

Goulenn. Pétra eo ann Iliz. Lavar. Ar stroll eûz ann dud léal dindân eunn hévélep penn. G. Pétrâ eo ann dud léal. L. Ar ré a heûl ar wir lézen. G. Péhini eo ar wir lézen. L. Ann hini en deûz desket Doué hé-unan. G. Péré eo merkou ar gwir Iliz. L. Ma'z eo unan, santel, katolik hag abostolik. G. Pénaoz ef-hi unan. L. O véza ma eo unanet dindân eur penn hép-kén. G. Piou eo hé fenn. L. Jézuz-Krist. G. Ha né deûs-hi kéd ivé eur penn gwéluz war ann douar. L. Ia, ar Pâb, péhini a zô é léac’h Sant Per. G. Pétrâ eo ann hérétlked. L. Ar ré a fell d’ézhô ôber eunn Iliz nevez a dû. G. Pénaoz ann lliz ef-hi santel. L. Dré hé c’hélénadurez, hé sakramanchou hag hé fenn, péhini eo Jézuz-Krist. G. Hé holl vemprou hag hî a zô santel. L. Nann, béz’ éz eûz enn hô mesk ré-vâd ha ré-fall bété deiz ar varn. G. Pétrâ eo da lavaroud Iliz katolik. L. Da lavaroud eo, Iliz hollek. G. Pénaoz ef-hi hollek. L. O véza ma en em skign dré ann holl amzeriou, adalek krouidigez ar béd. G. Hag en em skigna a ra ivé dré ann holl lec’hiou. L. Ia, ann hévéleb Iliz eo dré ar béd holl. G. Pétrâ eo da lavaroud abostolik. L. Évid diskouéza eo pénaoz é mîr kélénadurez ann Ébestel. G. Ha pétrâ c’hoaz. L. Pénaoz hé Eskeb a zô é léac’h ann Ébestel.




EIZVED GENTEL.
Eûz a Gen-unvaniez ar Zent.

Ken-unvaniez ar Zent né kéd hép-kén al lôd é Sakramant santel ann aoter, hôgen enn-holl, rann ann holl vadou spéréduz étré holl vemprou ann Iliz. Na réomb holl néméd eunn hévélep korf, évid-omp da gaout kargou dishénvel, é-c’hiz da gélenna, da véra, da zervicha ; ével m’hô deûz préderiou dishénvel kévrennou korf ann dén. Ar ré holl a zô enn Iliz, mar d-int é stâd a c’hrâs, hô deûz hô lôd enn holl bédennou hag enn holl ôberiou mâd a réeur enn-hi. Ar ré a zô er-méaz eûz ann Iliz, da lavaroûd eo, ar ré a zô eskumunuget, n’hô deûz lôd é-béd enn-hô ken-nébeût hag ar baganed. Râg ann Iliz é deûz ar gwîr da eskumunugi ar ré holl hô deûz gréat péc’héjou brâz, hag évit péré na fell kéd d’ézhô ôber pinijen. Unvaniez zô étré ann Iliz trec’huz, péhini a zô enn Énv, hag ann Iliz stourmuz, péhini a vrézéléka war ann douar. Ar Zent a skoazel ac’hanomp gant hô fédennou, muioc’h c’hoaz goudé hô marô égéd a-raok. Ann énéou a zô er purgator a hell ivé kaout lôd é Ken-unvaniez ar Zent. Dré-zé eo mâd ôber évid ar ré-varô pédennou, aluzennou hag ôberiou-mâd.

Goulenn. Pétrâ eo Ken-unvaniez ar Zent. L. Ann unvaniez eûz ann holl vadou spéréduz. G. A bétrâ é teû ann unvaniez-zé. L. O véza ma’z omb holl memprou eunn hévélep korf. G. Péré eo ar ré hô deûz lôd enn-hi. L. Ar ré holl a zô enn Iliz. G. Ar ré a zô eskumunuget hag hî hô deûz ivé hô lôd enn-hî L. Na hellont kéd hé gaout, kennébeûd hag ar baganed. G. Péré eo a zô eskumunuget gand ann Iliz. L. Ar ré hô deûz gréat péc’héjou brâz hag évit péré na fell kéd d’ézhô ôber pinijen. G. Ken-unvaniez ar Zent hag hî en em astenn bétég enn Énv. L. Ia, ar gwenvidien a skoazel ac'hanomp gand hô fédennou. G. Hag en em astenni a ra ivé bétég er Purgator. L. Ia, béz’ é hellomp frealzi ann énéou a zô enn-han. G. Pénaoz éc’h hellomp-ni hô fréalzi. L. Dré ar bédennou, ann aluzénnou hag ann ôberiou-mâd.


————

NAVED GENTEL.
Eûz a Zistol ar béc’héjou.

N’eûz a zistol évid ar béc’héjou néméd enn Iliz gatolik ; hag eunn heûl eo eûz a gen-unvaniez ar Zent. O véza ma’z omp memprou Jézuz Krist, hon eûz lôd enn hé zellidou brâz meûrbéd ; hag ô véza ma eo Doué, en deûz ar galloud da zisteûrel ar béc’héjou. Ar galloud-zé en deûz rôed d’hé Ébestel, ô lavarout : Digémérid ar Spéred-Santel ; ar ré da béré hô pézô distolet hô féc’héjou, é vézô distolet d’ézhô ; hag ar ré da béré hô pézô hô dalc’het, é vézô dalc’hed d’ézhô. Eûz ann Ébestel, ar galloud zé a zô tréménet d’ar ré hô deûz lékéad da véleien, hag ével-sé eo padet bété nî. Ann Distol eûz ar béc’hejou a zô gréat da-genta er vadisiant, péhini hô lam holl,, kerkouls ar péc’hed orijinal, gant péhini omp ganet, ével bugalé da Adam, kerkouls ar béc’héjou a ra pép-hini, hag a hanveur péc’héjou aktual. Goudé ar vadisiant, éz eûz c’hoaz eur wellaen, péhini eo sakramant ar binijen, a zô réd évid ar béc’héjou marvel, hag a zô talvouduz bépréd évid ar béc’héjou vénial. Ar péc’hed marvel eo ann hini a ra koll grâs Doué, hag a laka da véza dellézek eûz ar marô peûr-baduz, ével al lazérez, ann avoultriez, al laéronsi. Ar péc’hed vénial eo ann hini na voug két a-grenn ar garantez, ével eur gaou skân péhini na noaz da zén, eunn direiz bihan enn dibri, eunn diévézded bihan er béden. Esoc’h eo kaoud ann distol eûz ar seurt péc’héjou-zé ; hôgen ann distéra péc’hed a zô bépréd eunn drouk brâz meûrbéd.

Goulenn. Ha kaoud a helleur ann distol eûz ar béc’héjou er-méaz eûz ann Iliz gatolik. Lavar. Nann, râk na helleur hé gaout néméd dré Jézuz-Krist. G. Da biou en deûs-hén rôed ar galloud-zé. L. D’hé Ébestel. G. Eûz ann Ébestel da biou ef-hén tréménet. L. D’ann eskeb ha d’ar véleien. G. Dré bé zakramanchou eo distolet ar béc’héjou. L. Dré ar vadisiant ha dré ar binijen. G. Pétrâ eo ar péc’hed orijinal. L. Ann hini hon eûz ô tond er béd. G. Pétrâ eo ar péc’hed aktual L. Ann hini a réomb hon-unan. G. Pétrâ eo ar péc’hed marvel. L. ann hini a zellez ann ifern. G. Pétrâ eo ar péc’hed venial. L. Ann hini na ra két koll a-grenn grâs Doué. G. Pénaoz é véz rôed ann distol eûz ar péc’hed aktual. L. Dré ar sakramant a binijen. G. Nag eûz ar péc’hed orijinal. L. Dré ar vadisiant, péhini a zistol a bép seurt péc’hed. G. Ha tec’hi a dléeur diouc’h ar péc’hed vénial. L. Ia, ann distéra péc’hed a zô eunn drouk brâz meûrbéd.


————

DÉKVED GENTEL.
Eûz ann Dazorc’hidigez hag eûz ar Vuez peûrbaduz.

Na dléomp két servicha Doué, war c'héd da véza euruz er vuez-man, é péhini aliez ann dûd fall a zô enn eûr-vâd, hag ann dûd vâd enn enkrez. Goudé ar marô éma hon holl c’héd. Kridi a réomp pénaoz hon énéou na varv két, ha pénaoz hor c’horfou hô-unan, goudé béza bét breinet ha skignet, a vézô eunn deiz da zont lékéat enn hô slad kenta gand ann holl-c’halloud eûz a Zoué, hag unanet adarré gand hon énéou héb béza mui rannet diout-hô ; kément-sé eo a c'halvomp Dazorc’hidigez ar c’hik. Enn deiz divéza ar ré-varô a zazorc’hô évit mond d’ar varn gand hô c’horfou hô-unan ; ar Vuez peûr-baduz a vézô gôbr ar ré-vâd, ar marô peûr-baduz a vézô poan ar ré-fall. Ar Vuez peûr-baduz a zô hévélébékéet er Skritur oud eur banvez pé oud eunn eûreûd évid diskouéza al lévénez anézhi : Rouantélez eo hanvet ivé, évid diskouéza pénaoz ar Zent a zô kalz eurusoc’h enn Énv, égét né d-eo ar rouéed war ann douar. Ann hanô a Baradoz â zô da lavaroût eul liors dudiuz. Hôgen gwîr eurusded ar Zent eo gwelout splann Doué, péhini eo ar c’haerded hag ar vadélez dreist-holl. Enn-énep ar ré-zaonet a zô enn ifern, péhini eo eur prizoun eûzuz, eul léac’h ténval é péhini ind devet gand eunn tan ha na vougô két, ha skrignet gand eur prénv ha na varvô két, da lavaroud eo, gand ar vroudou eûz hô c'houstians. Énô éma al lénvou hag ar skrignou dent, da lavaroud eo, ann doan, ar mantr hag ar gounnar.

Goulenn. Hag er béd-man eo é tléomp géda béza euruz. Lavar. Nann ; goudé ar marô hép-kén eo. G. Hon énéou hag hî a varv ivé gand hor c’horfou. L. Nann, na hellont két mervel. G. Hor c’horfou hag hî a varv évit bikenn. L. Nann, hôgen bétég ânn Dazorc’hidigez hép-kén. G. Pénaoz é c’hoarvézô ann Dazorc’hidigez. L. Ar ré-varô holl a géméro adarre ann hevélep korfou hô doa pa oant béô, évit béza kaset da varn Doué. G. Pétrâ a zeûint-hi goudé ar varn. L. Divez ar ré vâd a vézô ar Vuez peûr-baduz. G. Na divez ar ré-fall. L. Ar marô peûr-baduz. G. Pétrâ eo ar Vuéz peûr-baduz. L. Ann éhan eo ha lévénez ar Baradoz. G. Pétrâ eo rouanlélez ânn Énvou. L. Ann hévélép trâ eo. G. Pétrâ eo eurusded ar Zent. L. Gwélout Doué eo. G. Pétrâ eo ar marô peûr-baduz. L. Enkrez ann ifern eo. G. Pétrâ eo hé boaniou. L. Ann dévalien, ann tân, broudou ar goustians.




UNNÉKVED GENTEL.
Eûz a Béden ann Aotrou.

Chétu Péden ann Aotrou : « Hon tâd péhini a zô enn Énvou ; da hanô bézet meûlet, da rouantélez deûed d’é-omp ; da ioul bézet gréat war ann douar ével enn Énv ; rô d’é-omb hiriô hor bara pemdéziek ; distaol d’é-omp hor gwall-ôberiou ével ma tistaolomp d’ar ré hô deûz gwall-c’hréat enn hor c’hénver ; ha n’hol laosk kéd da gouéza é gwall-ioul ; hôgen hon mîr diouc’h drouk. Ével-sé bézet gréat. » Na lévéromp két va zâd… rô d’in, évit diskouéza pénaoz na bédomp két hépkén évid-omp, hôgen ivé évid ann Iliz holl. Doué a hanvomp hon tâd, dré ma’z eo diout-han é teû d’é-omp ar vuez, kémend ha ma’z omp ha kémend hon eûz, hag ô véza ma hol laka hé c’hrâs da vreûdeur da Jézuz-Krist hé Vap penn-her. Dré holl éma ; hôgen ann Énvou eo dreist pép trâ a ziskul d’é-omp hé c’hloar. Hé hanô a zô meûlet, pa rô d’ézhan ar grouadurien ann énor a zô dléed d’ézhan ; enn-énep mézékéed eo gand ar béc’héjou, dreist-holl gant péc’héjou ar Gristenien, péré a laka ar wîr lézen da véza disprizet gand ann dûd divadez. Rouantélez Doué eo ar vuez peûr-baduz, a c’hédomp goudé ar marô, hag ar c'hrâs péhini hor c’hâs dî, hag a vîr na zeûfé ar péc’hed da véza tréac'h d’é-omp. Ioul Doué a vijé gréat war ann douar ével enn Énv, ma na zeûfemp kéd da heûlia hon ioul hon-unan, ha ma sentfemp da Zoué ével ma ra ann Éled hag ar gwenvidien ; râg hon ioul a zô fall bépréd, pa n’eo kéd hénvel. oud hini Doué.

Goulenn. Livirit Péden ann Aotrou. Lavar. Hon tâd, etc, G. Pérâk na livirit-hu két : Va zâd, etc. L. O véza na bédann kéd Doué évid-oun va-unan. G. Pénaoz ef-hén hô tâd. L. O véza ma en deûz va c’hréat kémend ha m’az ounn. G. Ha n’oc’h-hu kéd hé vâb enn eunn doaré all. L. Ia, dré hé c’hrâs, ô véza breûr da Jézuz-Krist. G. Pérâg é livirit-hu éma enn Énv kentoc’h égéd é léac’h all. L. O véza m’az eo énô é wélomp gwelloc’h hé c’hloar. G. Pénaoz ef-hén meûlet hanô Doué. L. Dré ann énor a rô d’ézhan ar grouadurien. G. Pétrâ eo rouantélez Doué. L. Ar vuez peûr-baduz. G. Pénaoz ef-hi sévéned hé ioul war ann douar. L. Pa rén hé c’hrâs enn-omp. G. Hon ioul hag hî a zô mâd héb béza hénvel oud ioul Doué. L. Nann, na hell béza némét fall. G. Gant piou eo sévénet ioul Doué enn Énv. L. Gand ann Éled ka gand ar Gwenvidien.




DAOUZÉKVED GENTEL.
Heûl eûz a Béden ann Aotrou.

Ar bara pemdéziek a zô da lavarout ar boéd eûz a bép dervez, ha kément trâ a zô réd évid ar c’hendalc’h eûz ar vuez. Ann dûd holl a dlé anaout pénaoz eo digand Doué é teû d’ézhô hô buézégez, ken d’ar ré-binvidik, ken d’ar ré-baour ; ha bemdéz é tléomp goulenni a-nevez hor bara, ô véza ma teû hon ézomm da névézi bépréd. Ar bara-zé a zô c’hoaz da lavarout ar boéd spéréduz eûz hon énéou, gér Doué, ar c’hrâs, Sakramant ann aoter. Goulenni a réomp ouc’h Doué ann distol eûz hor péc’héjou, ô véza m’az omp péc’herien holl, ha bemdéz é réomp da vihana gwallou skân, péré koulskoudé a zô riskluz brâz. Aotréa a réomp na zistolô kéd Doué d’é-omp ? ma na zistolomp kéd d’ar ré all. Évid en em viroud diouc’h ar béc’héjou, é pédomp Doué da zistrei ar gwall-ioulou hon doug d’hô ôbér, hag enn-divéz, d’hon miroud diouc’h pép drouk, ha dreist-holl diouc’h argadou ann diaoul, péhini eo ann drouk.

Goulenn. Pétrâ eo hor barâ pemdéziek. Lavar. Kément trâ a zô réd évid ar vuez. G. Pétrâ eo da lavarout pemdéziek. L. Éuz a béhini hon eûz ézomm bemdéz. G. Pétrâ eo c’hoaz da lavaroud ar bara-zé. L. Ar boéd spéréduz. G. Pétrâ eo. L. Gér Doué, ar c’hrâs, korf Jézuz-Krist. G. Hag ann dûd holl a ra péc’héjou. L. Ia, péc’herien omb holl. G. Ha nî a dlé distoli d’ar ré all. L. Ia ; mar fell d’é omp é tistolfé Doué d’é-omp. G. Pétrâ a zoug ac’hanomp d’ar péc’hed. L. Ar gwal-ioul. G. Pénaoz éc’h hellomp-ni ôber-penn d’ézhi. L. Dré c’hrâs Doué. G. Piou eo ann drouk. L. Ann Diaoul eo.


————



TRIZÉKVED GENTEL.
Eûz ar Pédennou all.

Goudé ar Bater, ar paota Pédennou eûr ar Gristenien eo ar Grédo, évid énori Doué ô tiskouéza hor feiz ; ar Gonfitéor, évit goulenni digant-han ann distol eûz hor péc’héjou ; hag ann Avé Maria, évid énori ar Werc’hez Santel, hag évit gonlenni digant-hi hé fédennou. Ann holl Gristenien a dlé gouzoud ar Pédennou-zé, hag hô lavaroud da-vihana bemdéz, diouc’h ar beûré ha diouc’h ann nôz. Béz’ é tléond ivé mond, kément ha ma hellont, d’ann ovis anat eûz ann Iliz, péhini a zô gréat dreist-holl eûz a zalmou David, ha rannet é eiz heur dishénvet, gouspérou, komplidou, matinézou, lôdez, prima, tiersa, sesta ha nona. Réd eo c’hoaz poelladi d’ar Pédennou a lavar ar veleien enn oféren, pa rôond ar vadisiant hag ar zakramanchou all, pa réond ann dour benniget, ha d’ann holl vennosiou eûz ann Iliz. Hôgen né két pidi Doué sélaoui pé lavarout geriou, ma n’eo két poelladet ar spéred. Ann diverr eûz ann holl Bédennou hag eûz ann holl gélénadurez Gristen, eo sin ar groaz. Pidi a réomp Doué, ô lavarout : Enn hanô ; pa hanvomp ann Tâd, ar Mâb hag ar Spéred-Santel, éc’h ansavomp mister ann Dreinded ; ha pa réomp ar groaz gand ann dourn, é verkomp mister hon dasprenidigez, ha dré zé hini ann inkarnasion.

Goulenn. Péré eo ar paota Pédennou eûz ar Gristenien. Lavar. Ar Bater, ann Avé, ar Grédo, hag ar Gonfitéor. G. Livirid ann Avé, ar Grédo hag ar Gonfitéor. L. Avé, etc. G. Ha pidi Doué eo lavaroud ar Grédo. L. Ia, hé veûli eo enn hé hanô. G. Pétrâ eo ar Gonfitéor. L. Eunn anaoudégez eûz hor péc’héjou. G. Da bétrâ eo mâd. L. Évit kaoud ann distol anézhô. G. Da bétrâ eo mâd ann Avé. L. Évit goulenni Pédennou ar Werc’hez Santel. G. Peûr é tléeur lavaroud ar béder Béden-zé. L. Bemdéz, diouc’h ar beûré ha diouc’h ann nôz. G. Eûz a bétrâ eo gréat ovis ann Iliz. L. Eûz a zalmou David dreist-holl. L. É pé heuriou ef-hén rannet. L. É eiz, gouspérou, komplidou, matinézou, lôdez, prima, tiersa, sesta ha nona. G. Évit pidi Doué hag a-walc’h eo lavarout geriou. L. Nann, réd eo ivé é vé poelladuz ar spéred. G. Pétrâ eo ann diverr eûz ann holl Bédennou hag eûz ann holl gélénadurez Gristen. L. Sin ar groaz. G. Pétrâ a verk ar geriou. L. É krédomp enn Dreinded hag é pédomp anézhi. G. Pétrâ a verk ar finv eûz ann dourn. L. É krédomp enn inkarnasion hag eno dasprénidigez dré c’hroaz Jézuz-Krist.


————

PEVARZÉKVED GENTEL.
Eûz ann Dékalog.

Ann dékalog, pé ann dég gourc’hémenn a rôaz Doué d’ann Israélited enn distrô, eo, 1. N’az pézô kéd a Zoué all néméd-oun ; na rî kéd a idol nag a skeûden évid hé azeûli. 2. Na géméri kéd hanô Doué enn-aner. 3. Az péz koun da lida ann deiz a éhan. 4. Énor da dâd ha da vamm, évit ma vévi pell-amzer. 5. Na lazi két. 6. Na gouézi kéd enn avoultriez 7. Na laéri két. 8. Na zougi kéd a desténi é-gaou a-énep da nésa. 9. Na c’hoantai kéd hé c’hrég. 10. Na c’hoantai kéd hé vadou. Évid derc’hel ar c’hourc’hémennou-zé dindân énvor, int bét lékéad é rimou.


Eunn Doué hép-kén a azeûli,
Ha dreist pép trâ holl a giri.
Doué enn-aner na doui két,
Nag ivé nétrâ eûz ar béd.
Ar zuliou santel a viri,
O veûli Doué enn hé dî.
Da dâd, da vamm a énori,
Évit pell-amzer ma vévi.
Na ganni dén, na lazi két,
A galoun nag a daol é-béd,
Tec’h diouc’h al likaouérez,
A gorf hag a c’hoantidigez.
Madou eunn all na gémer két,
Râg hô disteûrel a é réd.

Gévier na nép fals testéni,
Mîr birvikenn na liviri.
Plijadur lîk na gémer két,
N’hé c’hoanta ma n’oud dimézet.
Madou eunn all na c’hoanta két,
D’hô c’haout dré zisléalded.

Ann holl c’hourc’hémennou-zé a zô dalc’hed é daou ; karoud Doué dreist pép trâ, hag ann nésa ével-d-omp hon-unan. Hôgen pép dén eo hon nésa.

Goulenn Pétrâ eo ann Dékalog. Lavar. Ann dég gourc’hémenn a Zoué. G. Livirit-hô, L. Eunn Doué hép-kén, etc. G. Péhini eo ar c’henta gourc’hémenn. L. Azeûli Doué, ha Doué hép-kén. G. Nag ann eil gourc’hémenn. L. Na douimp kéd enn-aner. G. Nag ann trédé. L. Lida ar zûl. G. Nag ar pévaré. L. Énori hé dâd hag hé vamm. G. Nag ar pempved. L. Na lazimp két. G. Nag ar c’houec’hved. L. Na gouézimp kéd é avoultriez. G. Nag ar seizved. L. Na laérimp két. G. Nag ann eizved. L. Na zougimp kéd a fals testéni. G. Nag ann naved. L. Na c’hoantaimp két grég hon nésa. G. Nag ann dékved. L. Na c’hoantaimp kéd hé vadou. G. Piou eo hon nésa. L. Ann dûd holl. G. É péd é helleur derc’hel ar c’hourc’hémennou-zé. L. É daou. G. Péré int-hi. L. Karoud Doué dreist pép trâ, hag hon nésa ével-d-omp hon-unan.


————

PEMZÉKVED GENTEL.
Eûz ann tri Gourc’hémenn genta.

Ar c’henta gourc’hémenn a gémenn d’éomp énori Doué ével hor c’hrouer hag hor mestr brâz, hag ann dra-zé eo a c’halveur azeûli. Hé énori a réomp dré âr feiz, ô kridi stard ar péz en deûz kélennet d’hé Iliz ; dré ann éspérans, ô c’héda gant fisians at madou en deûz gwéstlet d’é-omp ; dré ar garantez,,ô karoud anézhan a-greiz hor c’haloun, hag ô viroud hé c’hourc’hémennou. Réd eo éta senti ouc’h Doué, hé bidi aliez, énori ar grouadurien é gwél anézhan hép-kén, hé énori hé-unan enn doaré mâ en deûz hé c’hourc’hémennet er gwîr lézen. Ann eil gourc’hémenn a zifenn ouz-omp na doufemp é-nép-doaré é-béd, néméd é barn é vé, pé évid ôber eul lé liduz-bennâg. Difenni a ra c’hoaz kréoc’h na vlasfémemp, da lavaroud eo, na gomsfemp gant faé eûz a Zoué pé eûz hé Zent. Ann trédé gourc’hémenn a gémenn d’é-omp lida ann deiz a éhan, da lavaroud eo, ar zûl, é koun eûz a grouidigez ar béd hag eûz a zazorc’hidigez Jézuz-Krist. Réd eo tréménoud ann deiz-zé ô pidi Doué, ô teski al lézen-gristen, oc’h ôber mâd-ôberiou, hag ô tec’hout diouc’h pép péc’hed, ha diouc’h péd labour ha na vô ket réd a-grenn.

Goulenn. Pétrâ eo azeûli Doué. Lavar. Hé énori eo ével hor mestr brâz. G. Pénaoz éc’h énoromp-ni Doué. L. Dré ar feiz, ann espérans hag ar garantez. G. Pénaoz é tiskouézomp-ni é karomp Doué. L. O viroud hé c’hourc’hémennou. G. Hag aotréed eo énori ar grouadurien. L. Ia, é gwél Doué. G. Hag aotréed eo toui. L. Nann, némed é barn, ha dré lîd. G. Pétrâ eo eur blasfem. L. Eur gér faéuz a-énep Doué pé ar Zent. G. Péhini eo gan-é-omp ann deiz a éhan. L. Ar zûl eo. G. Oc’h ôber pétrâ é tléeur hé dréménout L. O tiski al lézen Gristen. G. Diouc’h pétrâ é tléeur téc’hout. L. Diouc’h al labour ha diouc’h ar péc’hed.




C’HOUÉZÉKVED GENTEL.
Eûz ar pévaré, eûz ar pemved hag eûz ar c’houec’hved Gourc’hémenn.

Ar pévaré gourc’hémenn a gémenn d’ar vugalé énori hô zadou hag hô mammou, sélaoui hô c’hélénadurésiou, senti oud hô gourc’hémennou, ôber hô gounid eûz hô c’hélennou, hô servicha hag hô skoazella é pép trâ. Ann distéra wallou a-éneb ann tadou hag ar mammou a zô péc’héjou brâz. Réd eo ivé douja hon tadou spéréduz, ann Eskeb, ar Véleien, ar Bersouned, ar Mistri a zesk ac’hanomp. Réd eo énori ha douja ar Roué hag hé oviserien, ô menna pénaoz eo Doué en deûz hô lékéad da benn d’é-omp. Ar pemved gourc’hémenn a zifenn laza, skei, lavarout kunujennou, en em venji, kasaad unan-bennâg, karoud drouk d’ézhan, ha buanékaat. Ar c’houec’hved gourc’hémenn a zifenn a bép seurt ôbériou lîk, dournatérésiou ha komsiou louz ; réd eo zô-kén pellaad ar vénosiou diout-hô, tec’houd diouc’h ann daremprédou fall, diouc’h al lézirégez, hag ann dinel vâd, faéa ann dilad kaer hag ar vraventez. Hor c’horfou a zô templou ar Spered-Santel, arabad eo hô saotra.

Goulenn. Pénaoz é tléeur énori hé dâd hâg hé vamm. Lavar. Oc’h ôber hé c’hounid eûz hô c’hélénadurésiou, hag ô senti out-hô. G. Hag eunn drouk brâz eo hô nec’hi. L. Ia, eur péc’hed brâz eo. G. Péré eo hon tadou spéréduz L. Ann Eskeb, ar Véleien hag ar ré holl a zesk ac’hanomp. G. Da bétrâ é rédi c’hoaz ac’hanomp ar gourc’hémenn-ze. L. Da zenti ouc’h ar Roué hag ouc’h hé oviserien. G. Ar gourc’hémenn a zifenn da laza, hag hén a zifenn ivé da skei. L. Ia, ha da lavarout kunujennou. G. Hag aotréed eo en em venji, pé kasaad eur ré-bennag. L. Nann, arabad eo kasaad dén é-béd. G. Dindân ann hanô a avoultriez pétrâ a zô difennet. L. Kémend ôber louz. G. Ar zellou lik hag hî a zô ivé difennet. L. Ia, ar zellou, ar geriou hag ar vénosiou. G. Pétrâ a dléeur da ôber évit tec’houd diouc’h ar péc’hed-zé. L. Pellaad diouc’h al lézirégez ha diouc’h ann daremprédou fall.


————

SEITÉKVED GENTEL.
Eûz ar pevar Gourc’hémenn zivéza.

Ar seizved gourc'hémenn a zifenn kémérout madou ann nésa, ken é-kûz ha dré drôidel, ken dré ners hag éz splann, evel na garremp két é vé kéméred ar péz a zô dé-omp. Mar hon eûz kêméred eunn dra-bennâg, eo réd hé zisteûrel, anéz ar péc’hed na vijé kéd disloled d’é-omp. Mar hon eûz ézomm eûz a eunn dra-bennâg eo réd hé c’hounid dré hol labour, pé hô c’houlenni é-c’hiz aluzen. Ann eizved, gourc’hémenn a zifenn dougen fals testéni é barn, tamalloud dén é-gaou, rei da anaout gwall ar ré all ma n’eo kéd anâvézet, némét réd é vé hé lavarout évid eur mad brasoc’h. Difenni a ra ivé a bép seurt gevier, ha dreist-holl ar ré a rajé gaou oud eur ré-bennâg. Ann naved gourc’hémenn a zifenn c’hoantaat plijadur lîk é-béd, er-méaz eûz ar briédélez, na zô-kén en em genderc’hel a-ioul er seurt ménosiou-zé. Ann dékved gourc’hémenn a zifenn c’hoantaat madou ann nésa, néméd évid hô c’haout hervez ar reiz é vé, ével ma kaffemp mâd é vé c’hoantéed hor ré. Ar c’hoantchou fall a zô ar vammen eûz ann holl béc’héjou, ha na réomp drouk néméd dré ar garantez direiz évid ann énoriou, évid ann arc’hant pé évid ar blijadur.

Goulenn. Pérag n’ef-hén kéd aotréet kémérout madou ann nésa, Lavar. O véza na garremp két é vé kéméred hor ré. G. Ha fall eo hô c’héméroud dré ijin. L. Ia, tua eo. G. Hag aotréed eo miroud ar péz a zô bét kéméret. L. Nann. réd eo hé zisteûrel kenta ma helleur. G. Ar fals testéni hag hén n’eo difennet néméd dirâg ar varnerién. L. Difenned eo bépréd tamalloud ar ré-zidamall. G. Hag aotréed eo komza eûz r ann droug en défé gréad eur ré-bennâg. L. Nann, némét réd brâz é vé komza anézhan. G. Hag aotréed eo lavarout gevier. L. Nann, réd eo bépréd lavaroud ar wirionez. G. Pétrâ a zifenn ann naved gourc’hémenn. L. Ar c’hoant eûz ar plijaduriou lîk. G. Pétrâ a zifenn ann dekved gourc’hémenn. L. Ar c’hoant eûz a vâdou ann nésa. G. Pérâg eo difennet ar c’hoantchou-zé. L. O véza ma’z int ar vammen eûz ann darn-vuia eûz ar béc’héjou.




TRIOUEC’HVED GENTEL.
Eûs ann trî Gourc’hémenn genta eûz ann Iliz.

Ann Iliz eo hor mamm ; ha dré-zé é tléomp senti out-hi ha miroud ar c’hourc’hémennou é deûz gréad d’é-omp évid hol lakaad da virout gwelloc’h gourc’hémennou Doué. C’houéac’h a gounteur anézhô peûrvuia.

Klev gant prédéri penn-da benn,
Bép sûl, bép goél ann oféren.
Santéla a rî ann holl c’hoéliou,
War hô héd ével ar zuliou.

Kôvez a rî hép nac’h nétrâ,
Eur wéch ar bloaz da vihana.
Korf da Zalver a geméri,
Enn amzer Bask gant prédéri.
Iun a ri ann daouzék-deisiou,
Ar c’horaiz, ar vijilou.
Da wéner kîk na zébri két,
Na da zadorn ivé nép préd.

Ar c’henta gourc’hémenn eo klevoud ann oféren. Ma na helleur két mond d’ann holl ovisou, na d’ann oferen bréd enn deisiou gwéstlet da Zoué, ann Iliz a fell d’ézhi é vé klevet da vihana eunn oféren hép kân penn-da-benn, ha gand eunn évez brâz. Ann eil gourc’hémenn eo kôvésaad hé holl béc’héjou d’hé vélek hé-unan, da vihana eur wéach ar bloaz. Dibaot eo ma tréméneur eur geid amzer hép kaoud ézomm a binijen ; hag ar ré péré goudé béza gréat péc’héjou braz na glask két distrei ouc’h Doué, na zellézont két ann hanô a Gristenien. Ann trédé gourc’hemenn eo digémérout koumunion zantel korf Jézuz-Krist da vihana eur wéach ar bloaz, é-trô goel Bask, pép-hini enn hé barréz. Né kéd jda lavarout né vé két mâd koumunia aliésoc’h, hag ann Iliz a garfé é teûfé da goumunia da béd oféren ar ré holl a zélaou anézhi. N’eur kéd dalc’héd d’ann daou c’hourc’hémenn-zé abarz ann oad a reiz, pa na helleur két c’hoaz anaoud ar mâd diouc’h ann drouk.

Goulenn. Pérâg é tléeur mirout gourc’hémennou ann Iliz. Lavar. O véza ma eo ann Iliz hor mamm. G. Livirid hé gourc’hémennou. L. Klev gant prédéri, etc. G. Pétrâ éta eo réd da ôber da zûl da vihana. L. Sélaoui ann oféren. G. Hag a-walc’h eo hé sélaoui. L. Nann, réd eo ivé pidi Doué gand évez. G. Ha réd eo kôvésaad a-wéchou. L. Ia, da vihana eur wéach ar bloaz. G. Pérak-zé. L. Évit na vorzed két ré bell er péc’hed. G. Ha réd eo koumunia aliez. L. Ia, ioul ann Iliz eo. G. Hôgen pétrâ a zô réd. L. Koumunia da vihana eur wéach ar bloaz. G. É pé amzer. L. Da Bask. G. Da bé oad é eur dalc’hed d’ann daou c’hourc'hémenn-zé. L. Pa zéraoueur anaoud ar mâd diouc’h ann drouk.




NAONTÉKVED GENTEL.
Eûz ann trî Gourc’hémenn all eûz ann Iliz.

Ouc’h-penn ar zuliou, éz eûz deisiou gwéstled da Zoué, a c’halvomp goéliou. Méneg a réeur enn-hô eûz a visteriou al lézen-Gristen, pé eûz a hiniennou eûz ar Zent. Ann daou c’hoél brasa eo Pask hag ar Pentékost. Pask eo ann deiz eûz a zazorc’hidigez Jézuz-Krist. Ar Pentékost eo ann deiz é péhini é tiskennaz ar Spéred-Santel. Nédélek eo ann deiz eûz a c’hinivélez Jézuz-Krist. Ar Rouanez pé ann Épifania eo ann deiz é péhini é oé azeûlet gand ar Majed, a c’halvomb ann tri Roué. Béz éz eûz ivé meûr a c’hoél enn énor d’ar Werc'hez Santel, da Zant Iann-Badézour, d’ann Ébestel, ha da Zent all-bennâg, hervez kisiou ann Ilizou. Réd eo béza predériek brâz, da bép goél, d’en em gentélia diwar-benn ar mister, pé buez ar Sant. Ar pemved gourc’hémenn eûz ann Iliz eo iuni ar C’horaiz penn-da-benn, ann Daouzék-deisiou hag ar Vijilou. Ar C’horaiz a bâd daou-ugent dervez abarz goél Bask évid en em reiza évit-han. Ann Daouzék-deisiou eo ar pevar-amzer eûz ar bloaz, é péré é iunomp tri dervez enn eur zizun. Ar Vijilou eo derc'hent hiniennou eûz ar goéliou. Iuni a réeur ô choum hép dibri abarz krésteiz hag oc’h ôber eur préd hép-kén. Ar c’houec’hved gourc’hemenn eo diouéri kîk da wéner ha da zadorn, é koun eûz a c'hloasiou hag eûz a varô hon Aotrou. Ann hévélep diouéridigez a vireur da holl zeisiou iûn.

Goulenn Pétrâ eo ar goéliou. Lavar. Deisiou gwéstled da Zoué. G. Dré bé abek. L. É koun eûz ar vistériou pé eûz ar Zent. G. Péré eo ar ré vrasa. L. Pask hag ar Pentékost. G. Pétrâ eo Pask. L. Deiz dazorc’hidigez hon Aotrou. G. Pétrâ eo ar Pentékost. L. Ann deiz é péhini é tiskennaz ar Spéred-SanteL G. Pétrâ eo Nédélek. L. Deiz ginivélez hon Aotrou. G. Pétrâ eo ann Épifania. L. Azeûlidigez ar Majed pé ar Rouéed. G. Diwar-benn pétrâ é tléeur en em gentélia enn deisiou goél. L. Diwar-benn ar mister, pé buez ar Sant. G. Da bétrâ eo mâd ar C’horaiz. L. D’en em reiza évid ar Bask. G. Pétrâ eo ann Daouzék-deisiou. L. Trî dervez iûn é pép-hini eûz ar pevar-amzer eûz ar bloaz. G. Pénaoz é tléeur iuni. L. Oc’h ôber eur préd hép-kén, ha goudé kresteiz. G. Pérâg é tiouéreur kîk da wéner ha da zadorn. L. É koun eûz a c’hloasiou hon Aotrou.




UGENTVED GENTEL
Eûz ar Zakramanchou.

Na hellomp két peûr-zerc’hel gourc’hémennou Doué dré hon ners hon-unan ; réd eo d’é-omp kaoud ar c’hrâs ; hag hé rei a ra d'é-omp peûr-vuia dré arouésiou splann, a c’halvomp Sakramanchou. Evel-sé er vadisiant, pa zeû ann dour da walc’hi ar c’horf enn-diavéaz, é teû ivé ar c’hrâs da c’hlana ann éné enn-diabarz. Piou-bennâg en deûz digéméret eur Sakramant gant feiz ha gand ar reisiou all a zo réd, a zô sûr, kémend ha ma helleur béza sûr er vuez-man, pénaoz en deûz grâs Doué, péhini eo ar brasa eûz ann holl vadou. Jézuz-Krist eo en deûz gréad ann holl Zakramanchou, évit rei da bép-hini ac’hanomp dellézou hé wâd hag hé varô, ha gréad en deûz Sakramanchou évid ann holl ézommou eûz ar vuez spéréduz. Ar Vadisiant hol laka da zond enn-hi, ha da véza ganed a nevez dré ann dour ha dré ar Spéred-Santel ; ar Gouzoumen hol laka da griski ha da grévaat ; Sakramant ann Aoter hor mâg ; ar Binijen a baré ar c’hlénvéjou spéréduz ; ann Nouen hor c’hréva enn hon trémenvan ; ann Urs a rô d’ann Iliz béleien évid hé servicha ; ar Briédélez a rô d’ézhi gwisien évid hé lakaad da badout kémend hag ar béd. Chétu ar seiz Sakramant.

Goulenn. Pétrâ eo ar Zakramanchou. L. Arouésiou splann int eûz a c’hrâs Doué. G. Hag ar c’hrâs a zô réd d’é-omp. L. Ia, héb ar c’hrâs na hellomb ôber nétrâ a vâd. G. Eur mâd brâz eo éta digéméroud ervâd ar Zakramanchou. L. Ar brasa mâd eo eûz ar béd-man. G. Piou en deûz gréad ar Zakramanchou. L. Hon Aotrou Jézuz-Krist. G. Pérâg en deûz-hén hô gréat. L. Évit rei d’é-omp dellézou hé wad. G. Péd Sakramant zô. L. Seiz. G. Livirit-hô. L. Ar Vadisiant, ar Gouzoumen, Sakramant ann Aoter, ar Binijen, ann Nouen, ann Urs hag ar Briédélez.




KENTA GENTEL WAR N-UGENT.
Eûz ar Vadisiant.

Dén na hell mond é rouantélez Doué, némét ganet é vé a nevez dré ann dour ha dré ar Spéred-Santel. Râg ann dûd holl a zô marô é Adam dré ar péc’hed orijinal ; hag ar ré holl a zô badézet, a zigémer ar vuez é Jézuz-Krist. Ar Vadisiant a zô réd éta d’ann holl, d’ar vugalé nevez-ganet zô-kén. Ha mar badézeur eunn dén enn oad a reiz, hé holl béc’héjou a zô distoled d’ézhan, ken ar ré en deûz gréat, ken ann hini en deûz digaset pa eo bét ganet : hôgen réd eo é vé desket mâd el lézen-Gristen ; é krétché enn-hi hag é virfé anézhi dirâg ann holl ; é tinac’hché Satan, hé ôberiou hag hé fougéou ; é rôjé hé c’hér da gemma a vuez,ha da virout gourc’hémennou Doué. Mar d-eo eur bugel a vadézeur, ar paéroun hag ar vaérounez péré a gomz enn hé léac’h er vadisiant, a respount hag a rô hô gér évit-han. Badézi a réeur ô skula dour war ann hini a vadézeur, hag ô lavaroud enn hévéleb amzer : Mé az badez enn hanô ann Tâd, hag ar Mâd hag ar Spéred-Santel. Ar Vadisiant a dlé béza gréat, kément ha ma helleur, enn Iliz, gand eur bélek, ha gand ann holl lidou ; hôgen mar d-eo réd a-grenn, pép dén a hell badézi. Na rôeur kéd ar Vadisiant ouc’h-penn eur wéach, ha pép-hini na véz badézet néméd eur wéach.

Goulenn. Ha réd eo ar Vadisiant. Lavar Ia, évit mond é rouantélez Doué. G. Pénaoz é badézeur. L. Skula a réeur dour war ann hini a vadézeur, enn eur lavarout geriou-bennag. G. Pé c’heriou. L. Mé az badez enn hanô ann Tâd, hag ar Mâb hag ar Spéred-Santel. G. Pétrâ a ra ar Sakramant-zé. L. Lémel a ra ann holl béc’héjou. G. Hôgen pé béc’hed a hell béza gréad eur bugel nevez-ganet. L. Ar péc’hed orijinal en deûz. G. A bétrâ é teû ar péc’hed-zé. L. Eûz a béc’hed Adam, péhini a zô trémenet d’hé holl wenn. G. Pétrâ a dlé ôber ann hini a vadézeur enn oad a reiz. L. Kridi ar gélénadurez Gristen, hag hé mirout. G. Pétrâ a dlé da zinac’ha. L. Ann diaoul, hé ôberiou hag hé fougéou. G. Eûz a bétrâ é tlé rei hé c’hér. L. Da virout gourc’hémennou Doué. G. Pénaoz ar vugalé é hellont-hi ôber kément-sé. L. Ar paéroun hag ar vaérounez a ra évit-hô. G. Ha béz’ é helleur azvadézi. L. Nann, na vadézeur néméd eur wéach.




EIL GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz ar Gouzoumen.

Ar ré nevez badézet a dlé digémérout ar Sakramant a C’houzoumen ; hôgen ô véza n’eo két réd enn-holl-d’ann-holl ar Sakramant-zé, é c’hourzézeur anézhan bété ma véz ar vugalé desket a-walc’h. Ann tadou hag ar mammou a dlé deski gand eur préder brâz d’hô bugalé ann holl gélénadurez Gristen, hag hô c’hâs d’ann Iliz ha d’ar skôliou, hervez hô éaz, évid deski énô ar c’hatékiz ha mar teû hô bugalé da véza kollet dré ziwiziégez, hî a zô kiriek eûz a gément-sé dirâk Doué. Ar vugalé ivé, enn hô zû, a dlé akéti d’ar c’hentéliou-zé, hag hô derc’hel héd hô buez. Ar ré a zô desket a dlé béza kased d’ann Eskop ; râk n’eûz néméthan a gémend en défé ar galloud da c’houzoumenni ; astenna a ra hé zaouarn war-n-ézhô, enn eur bidi ar Spéred-Santel ; goudé é verk war hô zâl sîn ar groaz gand al lardérez eûz ann ôléô sakr gréat gand éôl ha gant balzam. Ar Sakramant-zé hol laka da véza gwir gristenien, évit na zeûimp kéd da rusia eûz a groaz Jézuz-Krist, évit ma énébimp gânt kaloun oud ar gwall-ioulou, ha ma vézimp é-tâl da c’houzanvi évid Doué. Évid diskouéza kément-sé eo é skô ann Eskop war bôc’h ar ré a c’houzoumenn. Na rôeur ar Gouzoumen néméd eur wéach, ken-nébeûd hag ar vadisiant.

Goulenn. Peûr é tléeur rei d’ar vugalé ar Gouzoumen. Lavar. Pa ind desked a-walc’h. G. Piou a dlé hô deski. L. Ann tadou hag ar mammou a dlé hé ôber. G. Ha pétrâ a dlé ôber ar vugalé. L. Sélaoui ervâd ar c’hentéliou hag hô derc’hel mâd. G. Piou en deûz ar galloud da c’houzoumenni. L. Ann Eskob hép-kén. G. Pénaoz é ra. L. Astenna a ra hé zaouarn enn eur bidi ar Spéred-Santel. G. Pétrâ a ra c’hoaz. L. Ober a ra sîn ar groaz war ann tâl, gand ann ôléô sakr. G. Pétrâ eo da lavarout kément-sé. L. Pénaoz dré ar Sakramant-zé é tigéméromb ar Spéred-Santel évit bézâ gwir Gristenien. G. Pénaoz é vézeur gwîr Gristenien. L. Pa énébeur oud ar gwall-ioulou, ha pa c'houzanveur pép-trâ évit Jézuz-Krist. G. Ha béz é helleur digémérout meûr a wéach ar Gouzoumen. L. Nann, na zigéméreur ar Gouzoumen néméd eur wéach.




TRÉDÉ GENTEL WAR-N-UGENT
Eûz a Zakramant ann Aoter.

Sakramant ann Aoter eo ar c’horf hag ar gwâd eûz a Jézuz-Krist, a rô d’é-omp dindân ar spésou pé ann doaréou a vara hag a wîn évit magadurez d’hon énéou. Ar Sakramant-zé a zô sakret ha lôdennet é sakrifiz santel ann oféren, péhini eo ar skeûden eûz a sakrifiz ar groaz, dré béhini Jézuz-Krist a zô en em ginniget eur wéach d’hé Dâd évit péc’héjou ann dûd holl. Holl zakrifisou al lézen gôz a ioa ar skeûdennou eûz a hini ar groaz ; hag ann oféren a lévéromp, hervez kélénadurez Jézuz-Krist, a zeû da névézi bemdéz ar c’houn eûz ar sakrifiz brâz-zé, hag a rô d’é-omp ann ners anézhan. Ar bélek a zanével pénaoz Jézuz-Krist a réaz ar Sakramant-zé derc’hent hé c’hloasiou, hag a aslavar hé c’heriou hé-unan, dré béré ar bara hag ar gwin a zo kemmet râk-tâl enn hé gorf hag enn hé wâd, hép ma wéleur enn-diavéaz nétrâ eûz ar c’hemmadur, péhini na anavézomp néméd dré ar feiz. Évél-sé, pétrâ-bennâg na wélomp némét bara ha gwîn ével kent, é krédomp stard koulskoudé pénaoz éma Jézuz-Krist enn-hô enn eunn doaré burzuduz ; enn hévélep doaré éma enn-holl-d’ann-holl dindân pép-hini eûz ar spésou, ha dindân pép lôden, ével dindân ann holl ; héb béza rannet na muiet, hag héb éhana da véza enn Énv.

Goulenn. Pétrâ eo Sakramant ann Aoter. Lavar. Ar c’horf hag ar gwâd eo eûz a hon Aotrou Jézuz-Krist, dindân ar spésou eûz ar bara hag eûz ar gwîn. G. Pérâg ef-hén rôed ével-sé d’é-omp.L. Évit béza magadurez d’hon énéou. G. Péléac’h eo gréad ar burzud-zé. L. É sakrifiz ann oféren. G. Pétrâ eo ann oféren. L. Ar skeûden eo eûz a zakrifiz ar groaz. G. Pé vurzud a c’hoarvez enn-hi. L. É teû ar bara hag ar gwîn da véza kemmet er c’horf hag er gwâd Jézuz-Krist. G. Pénaoz é véz gréad ar c’hemmadur-zé. L. Dré c’heriou Jézuz-Krist a lavar ar bélek. G. Hôgen gwéloud a réomp bépréd ar bara hag ar gwin ével kent. L. Ia, râg ar spésou a choum enn-hô. G. Pénaoz éta éc’h anavézomp-ni éma Jézuz-Krist enn-hô. L. Dré ar feiz, ô véza ma en deûz hé lavaret.




PEVARÉ GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz ar Goumunion.

Na helleur két béva hép dibri, na béza iac’h hép dibri alies. Ével-sé na helleur két kaoud ar vuez spéréduz, péhini eo ar c’hrâs, hép digéméroud a-wéchou ann Eûkaristia santel ; seûl-vui ma koumunieur alies, seûl-vui ar vuez-zé a zô kré ha nerzuz. Hôgen kerkouls ar ré-varô na heliont két kémérout boéd, hag ar boéd a ra vâd d’ar ré iac’h, a ra drouk d’ar ré glanv. Dré-zé évit koumunia enn eunn doaré talvouduz, eo réd béza diskarg a béc’hed marvel, hag é reiz mâd. Ar reisou kenta eo kridi stard ann holl visteriou eûz al lézen Gristen, hag hé-man dreist-holl ; na garoud drouk da zén, béza unvanet mâd gand hé holl énébourien. Piou-bennâg a zigémer ar Sakramant-zé é doaré fall, a év hag a zebr hé varnédigez, ô véza na zishével két kor ann Aotrou diouc’h ar c’higou dister. Dré-zé eo n’her rôeur kôd d’ar vugalé némét goudé ma ind deûed d’ann oad a reiz, ha ma ind desket mâd. Gervel a réeur ar Sakramant-zé Viatik, pé boéd-hent, pa rôeur anézhan d’ar ré-glanv daré da vervel, évit béza hô boéd évid ann hent brâz éz éond da ôber.

Goulenn. Ha réd eo digémérout ann Eûkaristia santel. Lavar. Ia, ô véza ma eo hor boéd spéréduz. G. Pétrâ a c’hoarvez gand eunn éné hé digémer dibaot. L. Ann éné-zé a choum gwân ha môréduz. G. Hôgen ar Goumunion hag hî a ra vâd d’ann holl. L. Na ra vâd néméd d’ar ré a zô reizet ervâd. G. Pé reizou a zô réd. L. Da genta béza é stâd a c’hrâs. G. Pérâg ar péc’hed marvel a noaz-hén d’ar Goumunion. L. O véza na hell kéd eunn dén-marô kémérout boéd. G. Livirid ar reizou all. L. Ar feiz, ann holl vertusiou, ha dreist-holl ar garantez é-kénver ann nésa. G. Hag eunn drouk brâz eo koumunia é doaré fall. L. Dibri hé varnédigez eo. G. Pétrâ eo ar Viatik. L. Ar Goumunion eo a rôeur d’ar ré-doc’hor.




PEMVED GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz a Zakramant ar Binijen.

Goudé ar vadisiant hag ar gouzoumen, ar Gristenien na dléfé kaout ézomm néméd eûz ann Eûkaristia bétég ar marô ; hôgen dibaot eo ar ré ha na gouéz kéd é péc’héjou marvel péré a lâz ann éné, ô vougâ ar garantez, péré a zellez ar marô peûr-baduz ; hag évit paréa eunn drouk ker braz, n’eûz nétrâ gwelloc’h, goudé ar vadisiant, égét Sakramant ar Binijen. Ann hini a fell d’ézhan hé zigémérout, a dlé da genta kaout keûz eûz hé béc’héjou, ha kaoud anézhô eur gwir zoan, skoret war ar feiz ha war zoujans Doué, gand eur ratoz stard da wellaat, péhini a bella a-grenn ar c'hoant da bec’hi, ar péz en deûz enn-han ann derou eûz ar garantez évid Doué, hag ann doan-zé péhini a wantr kaloun ar péc’her, a c’halveur kontrision pé keûz-gwirion. Réd eo goudé kovésaad da eur bélek, ô tiskleria dézhan hép distrô ann holl béc’héjou eûz a béré en em gaveur kabluz ; goudé sévéni gant strîv ar boan a rô ar bélek évid dic’haou ar béc’héjou. Béz’ éz eûz éta tri zra réd a berz ar péc’her, ar c’heûz, da vihana ar c’heûz diglôk, ar c’hovésion hag ann dic’haou. Ar poaniou a rôeur a zô peûrvuia ann tri seurt mâd-ôbériou-man, ar béden, ar iûn hag ann aluzen ; hag é tléont béza kévatal da zoaré ar péc’hed ha da ners ar péc’her.

Goulenn. Da biou é rôeur ar Sakramant a Binijen. Lavar. D’ar ré hô deûz gréad eur péc’hed marvel-bennâg goudé ar vadisiant. G. Pétrâ eo ar péc’hed marvel. L. Ar péc'hed eo a zellez ar marô peûr-baduz. G. Pétrâ a dlé ôber ar péc’her évid digéméroud ar Sakramant-zé. L. Kaout keûz, kovésaat ha dic’haoui. G. Pétrâ eo ar gontrision. L. Ann doan da véza péc’het gand ar ratoz da wellaat. G. Ha gelloud a réeur kasaad ar péc’hed hép karoud Doué. L. Béz’ é tlé béza diana eunn derou-bennâg a garantez. G. Pénaoz é tléeur kovésaat. L. Hép nac’hout nétrâ na kuza nétrâ. G. Pétrâ eo ann dic’haou. L. Ar zévénidigez eûz ar boan rôet gand ar bélek. G. Pétrâ eo ar poaniou-zé peûrvuia. L. Pédennou, iunou hag aluzennou.




C’HOUEC’HVED GENTEL WAR-N-UGENT.
Heûl eûs ar Binijen.

Goudé ma eo bét kovéséet ar péc’her, ha goudé ma en deûz rôed hé c’hér é tic’haouô ar bélek a dlé hé absolvi, mar gwél enn-han merkou a-walc’h a zistrô ; anéz é tlé dinac'ha d’ézhan ann absolven, dindân boan d’en em zaoni gand ar péc’her : mar d-éma enn arvar é vé distrôet mâd, é tlé gourzéza. Ann absolven digéméret mâd a lâm ar béc’héjou, bézent pé vézent. É-kénver ar béc’héjou dister, a c’halveur vénial, ha diouc’h péré eo diez brâz tec’houd a-grenn é-pâd ar vuez, é hellont béza distoled dré ar béden, dré ann aluzen, dré ann ôberiou-mâd. Hôgen péger bihan-bennâg é kavomp ar béc’héjou-zé, eo réd bépréd kaoud eur préder brâz d’en em walc’hi anézhô, ha da dec’houd diout-hô. Ar Gristenien a zô marô karged eûz a béc’héjou vénial-bennâg, pé eûz a eunn dilerc’h-bennâg a zic’haou a dléont évid ar béc’héjou distoled d’ézhô, ar ré-zé a c’houzanv er béd all eur boan a c’halvomp ar Purgator ; hôgen dieûbet pé fréalzet é vézont gant pédennou ar ré-véô. Ann Iliz a aotré â-wéchou induljansou, a laka oud ôberiou-mâd-bennâg, évit rei d’é-omp tû da zerc'hel léac’h eûz a ziouer hon dic’haouou.

Goulenn. Ar bélek hag hén a zô rédied da rei ann absolven d’ann hini a ia da govésaat. Lavar. Nann, ma na venn en défé eur gwîr geûz. G. Pé zroug a râ, mar teû da absolvi ré skanv. L. En em garga a râ eûz ann hévélep péc’hed. G. Ar Sakramant a Binijen hag hén a zô réd évit lémel ar béc’héjou vénial. L. Nann, béz’ éz eûz c’hoaz doaréou all, G. Péré int-hi, L. Ar béden, ann aluzen hag ann ôberiou-mâd. G. Pétrâ eo ar Purgator. L. Ar boan eo eûz ar ré a zô marô karget é-kénver Doué eûz a eunn dlé-bennag. G. Pétrâ eo ann dléou-zé. L. Péc’héjou vénial pé dilerc’hiou dic’haouou. G. Pénaoz éc’h hellomp-ni hô fréalzi. L. O pidi évit-hô. G. Pétrâ eo ann induljansou. L. Eur c’hrâs a ra ann Iliz d’é-omp évid derc’hel léac’h eûz a ziouer ann dic’haouou.




SEIZVED GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz ann Nouen.

Ann Nouen a rô d’ar ré-glanv ar c’hrâs da vervel ervâd. Lémél a ra ar béc’héjou vénial, ha paréa a ra ann éné eûz ar fillidigez a choum eûz ar béc’héjou all, évit-hô da véza dislolet. Krévaad a ra ann dén-klanv a-énep ar gwall-ioulou, péré a zô tennoc’h, pa eur daré da vervel, hag é hell zô-kén rei ar iec’hed d’ar c’horf, mar d-eo mâd évid ann dén-klanv. Ar Véleien eo a rô ar Sakramant-zé, gand éôl benniget évit-sé gand ann Eskop. Seiz lardérez a réeur ; pemp évid ar pemp skiant ; war ann diskouarn, war ann difron ; war ar génou, war ann daouarn ; unan war ar groazel pé war boull ar galoun, évid ann droug-ioul ; unan war ann treid : ha da bép lardérez, ar Bélek a béd Doué da zisteûrel d’ann dén-klanv ar béc’héjou eu deûz gréad dré bép kévren eûz hé gorf. Réd eo d’ann dén-klanv béza é stâd a c’hrâs évid ôber hé c’hounid eûz ar Sakrâmant-zé ; ha mâd eo é tigémerché anézhan gand anaoudégez, pétrâ-bennâg na rôeur anézhan néméd d’ar ré-glanv, ha pa ind daré da vervel.

Goulenn. Pétrâ eo ar c’hrâs a zalc’h oud ann Nouen. Lavar. Ar c’hrâs da vervel ervâd. G. Pé béc’héjou a lam. L. Ar béc’héjou vénial hag ann dilerc’h eûz ar béc’héjou all. G. Piou a rô ar Sakramant-zé. L. Ar Véleien. G. Da biou é tléeur hé rei. L. D’ar ré-glanv a zô daré da vervel. G. Ha béz’ é tléeur gortozi é vent toc’hor. L. Nann, évit ma vézô gwelloc’h reizet ann dén-klanv. G. Pérag é réeur meûr a lardérez L. Évit merka ar béc’héjou gréat gand ar c’hévrennou dishénvel eûz ar c’horf. G. Gant pétrâ é réeur al lardérézou-zé. L. Gand éôl benniget gand ann Eskop.




EIZVED GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz ann Urs.

Sakramant ann Urs a rô d’ann Iliz ôbérourien hollek ha tadou spéréduz a zô lékéad é léac’h ann Ébestel ha Diskibled Jézuz-Krist, évit kenderc’hel ôber Doué bété divez ar c’hantvéjou. Ar c’hrâs eûz ar Sakramant-zé na zantéla két hép-kén ar ré a zigémer anézhan, rei a ra c’hoaz d’ézhô ar galloud da zantéla ar ré all, ô rei d’ézhô ar Zakramanchou. Hôgen n’eûz néméd ann Eskop a gément a helfé hô rei holl ; ar Véleien péré a zô lekéat évid hé ziboania, na hellont rei nag ar Gouzoumen, nag ann Urs. Ann Diagoned a zô lékéad évit servicha ann Eskop hag ar Véleien, enn hô c’hargou, hag évit prédéria ar béorien. Ann ursiou-zé eo ar ré vrasa. Pemp all a zô dindân ar ré-zé, lékéat évid diboania ann Diagoned ; Drs ar Zudiagoned, Urs ann Akolited, péré a zô dileûret évid heûlia ann Eskop, hag enn iliz évid dougen ar goulou, Urs al Lennérien, Urs ann Eksorsisted hag Urs ar Borsierien. Béz’ é kounteur éta enn-holl seiz Urs, pevar dister ha trî Urs brasoc’h pé sakr, péré eo ar Sudiagonach, ann Diagonach hag ar Vélégiach, é péhini é ma ivé ann Eskobiach. Réd eo tréménout dré ann holl zérésiou-zé évid erruout d’ar Vélégiach. Ar c’henta dérez eo ann tonsurach, péhini né kéd eunn Urs, hôgen eul lid santel évit rei ar zaé a iliz da eunn dén lîk, hag évid hé lakaad é renk ar c’hloer : râg gervel a réeur kloer ar ré holl a zô dileûret évit servich ann iliz, ha tûd-lîk ar ré all eûz ar bobl Gristen.

Goulenn. Péhini eo ar c’hrâs eûz a Zakramant ann Urs. Lavar. Rei a ra ar galloud da rei ar Zakramanchou, pé da ôber eur servich hollek-bennâg enn iliz. G. Péré eo ar ré hô deûz ar c’hrâs-zé enn-holl-d’ann-holl. L. Ann Eskeb eo. G. Béz’ é hellond éta rei ann holl Zakramanchou. L. Ia, ar Gouzoumen hag ann Urs zô-kén. G. Ar véleien hag hî na hellont két rei ann daou Zakramant-zé. L. Nann, d’ann Eskop int miret. G. Pétrâ eo dléad ann Diagoned. L. Servicha ar Bélek hag ann Eskop enn hô c’hargou. G. Péré eo ann ursiou all. L. Sudiagoned, Akolited, Lennerien, Eksorsisted ha Porsierien. G. Péd zô anézhô holl. L. Seiz zô anézhô. G. Péré eo ann ursiou sakr. L. Ar Sudiagonach, ann Diagonach hag ar Vélégiach. G. Ha béz’ é helleur dond da vélek râk-tâl. L. Nann, réd eo tréménoud dré ann holl zerésiou all. G. Pétrâ eo ann Tonsurach. L. Eul lid évit kéméroud ar zaé a iliz. G. Pétrâ a ra-hén. L. Pénaoz eûz a zén-lik é teûeur da véza kloarek.




NAVED GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz ar Briédélez.

Doué ô véza krouet ann dén kenta, a rôaz d’ézhan eur vaouez, évid eil hag évit skoazel, hag hô lakaad a réaz da c’hénel ann holl dûd all : ével-sé é réaz ar Briédélez. Ar péc’hed en doa saotret ann ôber anézhi : hôgen Jézuz-Krist en deûz hé lékéad d’hé stâd kenta, hag en deûz gréat eur Sakramant anézhi, ô staga out-hi grasou dibaot. Ar stroll eo éta eûz a eur gwaz hép-kén gand eur vaouez hép-kén, ha na hell két béza torret néméd dré ar marô. Béz’ é tléont en em garout é-c’hiz ma n’hô défé néméd eunn hévélep korf gand daou éné, en em skoazia ann eil égilé enn holl labouriou eûz ar vuez, ha prédéria ar vugalé a zeû d’ézhô, évit ma kendalc’hint da zervicha Doué war hô lerc’h war ann douar. Ar stroll-zé eûz ann ozac’h hag eûz ar c’hrég a zô ar skeûden eûz a stroll Jézuz-Krist gand hé Iliz. Hôgen, pétrâ-bennâg ma eo santel brâz ar Briédélez, ar stâd eûz ann diouéridigoz klôk a zô c’hoaz c’houékoc’h. Ann dûd dimézet a zô rannet étré Doué hag ar béd, dré ar prédéri eûz hô zûd ; ar gwerc’hézed hag ann intanvézed a zô dieûb évid en em rei holl da Zoué. Koulskoudé ann diouéridigez klôk a zô eur c’hras dibaot péhini né két rôed d’ann holl.

Goulenn. Piou en deûz lékéad ar Briédélez. Lavar. Doué hé-unan er penn-kenta eûz ar béd. G. Piou en deûz hé digaset enn hé glanded. L. Jézuz-Krist, péhini en deûz gréat eur Sakramant anézhi. G. Eûz a bétrâ eo ar skeûden. L. Eûz a stroll Jézuz-Krist gand hé Iliz. G. Péhini eo ar c’hrâs eûz ar Sakramant-zé. L. É teû ann ozac’h hag ar c’hrég d’en em garout é-c'hîz na vent néméd unan. G. Pétrâ a c’hoarvez eûz a gément-sé. L. É teûont d’en em skoazia ann eil égilé enn hô ézommou. G. Pétrâ a dléont-hi da ôber évid hô bugalé. L. Kaoud eur préder brâz anézhô hag hô sével é doujans Doûé. G. Ha béz’ éz eûz eur stad c’houékoc’h égéd ar Briédélez. L. Ia, ar stâd eûz ann diouéridigez klôk. G. É pétrâ éf-hi gwelloc’h. L. O véza ma lez mui a zieûb da zervicha Doué. G. Hag ann holl a hell kaoud ar wellaen-zé. Nann, eur rô dibaod a Zoué eo.



TAOLEN


AR CHATÉKÎZ HISTORIK.


————
KENTA GÉVREN,


É PÉHINI É KAVEUR É BERR GOMSIOU ANN HISTOR SANTEL.


Pajen


Pajen


Pajen


————




EIL GÉVREN,


É PÉHINI É KAVEUR É BERR GOMSIOU AR GÉLÉNADUREZ GRISTEN.


Pajen


Pajen


FIN.