TOUSSAINT AR GARREC
————


Moueziou
an Abardaë-Noz





Pa oan yaouank, me a gane ;
Pa ’z on deut koz, me gan ive.
(Barzaz Breiz, Diougan Gwenc’hlan).


ÉDITIONS « ARMORICA »
chez l’auteur
2, rue de Poulfanc,
MORLAIX

1935




Moueziou
an Abardaë-Noz





TOUSSAINT AR GARREC
————


Moueziou
an Abardaë-Noz





Pa oan yaouank, me a gane ;
Pa ’z on deut koz, me gan ive.
(Barzaz Breiz, Diougan Gwenc’hlan).


ÉDITIONS « ARMORICA »
chez l’auteur
2, rue de Poulfanc,
MORLAIX

1935


TOUSSAINT LE GARREC


KENTSKRID
————

Sell en dro d’id, Breizad, nag a draou kaer a zo
Nag a gledour yac’hus, nag a vadelezio
A ro da Vreiz-Izel stum eur gwir varadoz !
War da vro ’n eus tolet ar C’hrouer e vennoz :
Ne vê na rust ar goanv na direiz an domder;
Beañ vê da hep koulz ar bloa bleuniou seder,
C’houez môr en diavaez, c’houez mél en dîabarz.
Te glev kâna gant ar mesaer ha gant ar barz
Kanaouennou gwechall, divinim ha dinoaz ;
Te wel an dén gwirion ha dremm ar Bed en noaz.
Kredennou dôn a zalc’h en dro d’id eürusted ;
Pep koun ha pep doujans en Breiz a vev bepred,
Ha da dud koz a drid ’n o gwele douar yén
Pa welont o giziou miret gant o mibien.
Met, e-pad ma kanez dinec’h dre da vaeziou,
Ha te glev o tremen du-hont dreist ar c’hêriou
Eun avel a drubuilh, a glemm hag a gounnar,
Vel eur yudadenn forz leusket gant an douar ?
Ha te glev pep bihan o chali war bep braz,
Mouez ar youlou fallakr o sevel gwasoc’h-gwaz,
Hag ar bed o tistrei d’an dizurziou mezus
Dre ma varv ar goulou digaset gant Jezuz ? —
Prestik, evel chas klanv, ’teufont da ’n em zebri :
Gwaz da neb vo trec’het ! E blanedenn vo kri,
Dindan treid ar c’hréñvañ vo friket didrue.
Pep dén intento kât e damm eus ar vuhe

Pa n’evo ken a gred d’e zigoll er bed all,
Nag, eur wech douaret, seurd ebet da c’hedal
Nemed distrei, korf paour koueet en breinadur,
D’eun netraig euzus lonket gant an Natur !

————

E-giz eur bugelig gwaskedet ’n e gavel,
O Breizad, a bep droug hag a bep gwall avel
Te zo difennet mad en es prôig distro.
Dizaon rag ar walarn hag an amzer c’haro,
Te zo vel eur vleuñvenn maget ’n eul lîorz kled,
Ha dispar he doare gant chom eno bepred.
Hogen, ma trec’h warnout ar sorc’henn fazius
Da welout traou neve pe kêriou dudîus,
Ma ves disc’hriennet vel eun tammig plantenn,
Te ruilho dic’halloud dindan ar gorventenn.
Chom, bleuñvenn, el liorz a bep droug diwallet,
Chom, Breizad kêz, dindan mantel ven an Oaled !


————


KAN EMGLEO AR VARZED
————
(War don « Bro Goz ma Zadou »)



\version "2.18.2"
\relative c'{
  \key es \major
  \time 3/4
  \partial 4*1
  \override Rest #'style = #'classical
  ees4 g f ees | bes' aes g | ees' ees c8( d) | ees2 c4 | bes g ees | \break
  ees d ees | g f g | f2 bes4 | bes bes g8( aes) | bes4 bes c8( d) | \break
  ees4 ees c8( d) | ees2 c4 | bes g ees | f g\fermata f | ees2.~ | ees2. | \break
  bes'2.\fermata | ees2 r4 | bes g ees | ees( d) ees | f2 bes4 | bes2 g8( aes) | \break
  bes2 ees4 | ees2 c8( d) | ees2 c4 | bes g ees | f g\fermata f | ees2.~ | ees2 r4 \bar "|."
}
\addlyrics {
  Ni, bar -- zed a ga -- lon, ka -- romp hon ze -- lenn, Gant dou -- jans ha
  pre -- der sti -- gnomp he c’her -- den, Di -- wal -- lomp ne teu -- fê ga --
  nemp da de -- vel, Kâ -- nomp war -- ni be -- te mer -- vel. __
  Te -- lenn zan -- tel, te -- lenn ar -- vor, Dreist an drouz
  hag an a -- vel vôr, Son a -- tao da zer -- c’hel éñ -- vor.
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #135
}
\header { tagline = ##f }


Ni, barzed a galon, karomp hon Zelenn,
Gant doujans ha preder stignomp he c’herden,
Diwallomp ne teufê ganemp da devel,
Kanomp warni bete mervel.

Diskan :

Telenn zantel, telenn Arvor,
Dreist an drouz hag an avel vôr
Son atao da zerc’hel éñvor.

Evel kan ar môr braz douget d’an aochou,
Mouez Aouen Breiz-Izel dreist ar c’hantvechou
A deu d’emp hirnerzet gant barzed gwechall ;
Miromp outi da vont da fall.

Telenn zantel, etc…

Dre bark ar sperejou tolomp an hadenn,
Etre dec’h ha varc’hoaz skoulmomp ar chadenn,
Eur chadenn ha na vo birviken torret,
Mailhet gant daouarn Brezoned.

Telenn zantel, etc…

Gopr ebet na lore n’hon bo da c’hedal
Nemed goap ha dispriz a berz an dud all ;
Savomp eneb an dud galloud hon ene,
Eneb ar bed ar wirione.

Telenn zantel, etc…

Ne vefomp ken war dro pa vo da vedi ;
Met hon c’horf en douar lammo gant dudi
Mar teu dreist hon roudou karante da ren,
Mar vleunia Breiz war hon foultrenn.

Telenn zantel, telenn Arvor,
Dreist an drouz hag an avel vôr
Son atao da zerc’hel éñvor.


PEDEN
DA SANTEZ ANNA WENED
————

\version "2.18.2"
\relative c'{
  \time 6/8
  a'4. e4 a8 | a4.( g4) e8 | a4 g8 a4 b8 | c4.~ c8 r8 r8 | c4. g4 a8 | \break
  g4.~ g4 f8 | e4 d8 c4 d8 | e4.~ e8 r8 r8 | c'4. b4 a8 | b4.~ b4 b8 | \break
  d4 c8 b4 a8 | a4.( g8) r8 r8 | a4. e4 fis8 | g4.~ g4 fis8 | \break
  g4 b8 a4 g8 | a4.~ a8 r8 r8 \bar "|."
}
\addlyrics {
  Mamm da Va -- ri, mamm goz da Vab Dou -- e, __ Pri -- zit war
  Vreiz tol eur zell a dru -- e, __ Ho pet éñ -- vor, San --
  tez An -- na We -- ned, __ E -- moc’h i -- ve mamm
  an holl Vre -- zo -- ned. __
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #123
  ragged-last = ##t
}
\header { tagline = ##f }


Mamm da Vari, mamm-goz da Vab Doue,
Prizit war Vreiz tol eur zell a drue :
Ho pet éñvor, Santez Anna Wened,
Emoc’h ive mamm an holl Vrezoned.


Hon stad zo kriz, hon labouriou kalet,
Ha paourente noz-de ’kogn an oaled ;
C’houi eo hon mamm, Santez Anna Wened,
Dalc’hit nerzus kalon ho Prezoned.

Goapaet a vez ar spi ra d’emp gedal
Deus hon foaniou digoll en eur bed all ;
C’houi eo hon mamm, Santez Anna Wened,
Dalc’hit ’n he za fe goz ar Vrezoned.

Yezou neve, yezou deus a bep bro
D’hon brezoneg a glask rei ar maro ;
C’houi eo hon mamm, Santez Anna Wened,
Diwallit mad yez kaer ar Vrezoned.

Diwar benn liv ha diwar benn gériou
E sav brezel war maez hag er c’hêriou ;
C’houi eo hon mamm, Santez Anna Wened,
Grit ma chomo breudeur ar Vrezoned ;

Ma ’n em gavimp, eun devez da zonet,
Da virviken eürus hag unanet
En dro d’hon mamm, Santez Anna Wened,
Er baradoz, gwir vro ar Vrezoned !


————


AN DELENN HAG AR BARZ
————
An Delenn :

Sav alese, barzig ; tenn d’in eus va c’halon
Ar veuleudi gaerañ hag al lirzinañ zon.

Ar Barz :

Na perak kana ken ? — Rafemp ket well ehan
Pegwir den, pa ganomp, na selaou ouz hon c’han ? —
Koulz eo terri dioustu va fluenn dizec’het
Ha mouga vid eur wech da vouez ankounac’het.
Trubard eo ar bed holl e-kever ar varzed :
Eus a dost o meuler, dreg o c’hein vê c’hoarzet,
Ha, mar bê zellet piz, war o fenn ne gaver
’Med eur gurunenn spern vel hini hon Zalver.
Kanet awalc’h hon eus hon daou war an douar
Evid eur bed goapaer ha kalonou klouar ;
Er bed all, unanet gant lâs-kan an Aelez,
Ni zavo gwerziou kaer hed ar beurbadelez.

An Delenn :

Daoust hag ar barz a gan vit ma vo selaouet ? —
Gra vel an eostig-noz : e vouezig alaouret
Na oar ken c’houitellat zoniou e garante
Nemet pell diouz an dud, diouz an drouz hag an de.
Gra vel an alc’houeder, a gan ’toull dor an nê
Pa ne glev tro-war-dro ’med sioulder ar mene.

Vid ar bed da c’hoapât, vid an dud da c’hoarzin,
Bale war ar roudou digoret gant Marzin ;
Kan atao kement tra zo da vean karet,
Ha sav da benn n’eus forz petra vo lavaret.

Ar Barz :

Ha petra ganin d’id, va zelennig feal ? —
Kement zon kaer a voa zo aet gant ar re-all.
Dre liorz ar varzed ar c’haera sperejou,
O kutuilh an holl frouez hag an holl bokedou,
N’o deus lezet netra gant ar re diveza
’Met traou koz hag a lak al lenner da faeza ;
Kaer ’meus sevel va fenn etrezek ar stered,
Digomz eo va genou, goullo chom va spered.

An Delenn :

N’eo ket er penn, n’eo ket er genou e klasker
Pa vêr en gwirione c’hoantek da zoniou kaer ;
Tostoc’h d’ene an dén, donoc’h en diabarz
’N hini klever ar vouez a dle dihun ar barz.
Er galon ’n hini strink mammenn ar gwir vuhe,
Moueziou ar Vad, an Eün, ar C’haerder, an Drue ;
Selaou pegen skiltrus e komzont en es kreiz
Ha kan, nag e vê ken, vit meuli da vamm Breiz.

Ar Barz :

Senti renkan ouzid ha, daoust d’ar bed goapaer,
Eus a deun va c’halon e kanin va bro gaer.
War zao, va zelennig, ro d’in nerz ha skoazel,
Ha kanomp unanet meuleudi Breiz-Izel !


————


PEZ A GAR AR BREIZAD
————

\version "2.18.2"
\relative c'{
  \time 2/4
  \autoBeamOff
  \partial 8*3
  a'8 a d a4 g8 g | f4. g8 | a g f e | d\fermata a' a d | \break
  a4 g8 g | f4. g8 | a g f e | d f e f | d4 e8 f | \break
  e4 f8 g | a a[ g] f | e a a d | a4 g8 g | \break
  f4. g8 | a g f e | d4 \bar "|."
}
\addlyrics {
  Ba -- le -- et ’meus ke -- ment bro zo bru -- det dre ar bed, Bro -- iou tomm
  ha gwas -- ke -- det, ha pin -- vi -- dik meur -- bet, Met neb lec’h ne ’meus ka --
  vet par da vro ma c’ha -- vel, Kae -- ra bro ’zeus er bed --
  mañ eo va bro Breiz -- I -- zel
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #140
  ragged-last = ##t
}
\header { tagline = ##f }


Baleet ’m eus kement bro zo brudet dre ar bed,
Broiou tomm ha gwaskedet, ha pinvidik meurbed ;
Met neb lec’h ne ’meus kavet par da vro ma c’havel,
Kaera bro’z eus er bed-mañ eo va bro Breiz-Izel.

Gwel’t am eus gwez ken uhel evel tour Landreger
O sevel sounn ha lorc’hus o divrec’h kreiz an êr ;
Vel kent e karan muioc’h klevout son an avel,
En dervennou koz manek dre goajou Breiz-Izel.


Gwel’t am eus ar merc’hed koant a ren er c’hêriou braz,
Ar re ’n em lac’h ar wazed vid o daoulagad glaz ;
Koulskoude, flour o jodig ha ru-gwad o muzel,
Eo koantoc’h vid ar re-ze pôtrezed Breiz-Izel.

Tridet he deus va c’halon, c’hoarzet va daoulagad
Dirak bleuniou burzudus, bleuniou leun a c’houez-vad ;
Gant muioc’h a blijadur e tolan c’hoaz eur zell
War ar bleuñ aour a lugern dindan heol Breiz-Izel.

Gwel’t am eus an traou neve bet zavet er c’hêriou,
E chomê darn dirazê digor frank o genou ;
Nebeut éñvor koulskoude a zalc’h an Tour Eiffel
’Kever ar vein milvloaiek ’n o zav en Breiz-Izel.

Klevet am eus kanerien, kanerezed dispar,
Meulet braz hag anveet e pep korn an douar ;
Met pegement eo bravoc’h, ’lein ar menez uhel,
Hollaika ’r maeserien en yez koz Breiz-Izel !

Klevet am eus bet ive, e-kreiz an noz du-dall,
Dreist ar blenenn spouronnet al leon o yudal ;
Spontusoc’h c’hoaz eo klevout ar c’horn-boud a vrezel
O c’hervel d’an emgannou pôtred stard Breiz-Izel.

Vit hon goabrenn da veañ koumoulus a-wechou,
Hon lann da veañ dreinek ha treitour hon ôchou,
Ar wella bro da vevañ, an dousa da vervel,
An hini garan dreist holl, eo va bro Breiz-Izel.


————


KAERDER VA BRO
————

\version "2.18.2"
\relative c'{
  \time 6/8
  \partial 8*1
  \autoBeamOff
  \override Rest #'style = #'classical
  a'8 g4 f8 g4 a8 | a4. r4 a8 | d4 c8 d4 c8 | a4. r4 a8 | g4 f8 g4 a8 | \break
  a4. r4 a8 | d4 c8 d4 c8 | a4. r4 g8 | a4 b8 c4 d8 | a4. g4 a8 | \break
  e4 f8 d4 g8 | e4. r4 f8 | d4 e8 f4 g8 | a4. r4 b8 | a4 g8 e4 f16[ e] | d4 \bar "|."
}
\addlyrics {
  Pe -- gen kaer out, va Breiz, gou -- ri -- zet gant ar môr, War da zae bleuñ me --
  len dre bep am -- zer di -- gor, Ha war da ger -- c’henn no -- az dan --
  te -- lez me -- ne -- ou, Hag en dro d’es spe -- red eur vou -- genn hun -- vre -- ou __
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #150
}
\header { tagline = ##f }


Pegen kaer out, va Breiz, gourizet gant ar môr,
War da zae bleuñ melen dre bep amzer digor,
Ha war da gerc’henn noaz dantelez meneou,
Hag en dro d’es spered eur vougenn hunvreou !

Pegen kaer out, va Breiz, dindan da goajou don
Leun a richan eostig hag hirvoudou kudon,
Lec’h ma klev da skouarn, e-kreiz klemm an avel,
Mouez an amzeriou bet damantus o sevel !

Pegen kaer out, va Breiz, war da lanneg garo,
Lec’h ma wask ar vein braz brezelourien varo,
Lec’h ma c’hall da spered, diroll ha dibreder,
Nijal beteg an néñv da heul an alc’houeder !


Pegen kaer out, va Breiz, e-deun da draouiennou,
Lec’h ma krén en dour sklêr prajou koant, flourennou,
Oc’hen braz o peuri, gwez uhel o tridal,
Ha stennet dindan-ê bolzou glaz ar bed all !

Pegen kaer out, va Breiz, war gribenn da vene,
Lec’h ma chom kréñv ar c’horf ha seder an ene,
Lec’h ma tispak tro-dro, skedusa kurunenn,
Kêriou gwenn, tourioù moan stlabeet er blenenn !

Pegen kaer out, va Breiz, en es yez birvidik,
Gwestl da drei pep menoz en gériou pinvidik,
Trec’h war gounnar an dud, trec’h war an holl bechou,
Divarvel o tiston a-dreuz d’ar c’hantvejou !

Pegen kaer e tiwan, va Breiz, war da zouar
Ilizou, kloc’hdier ha kalvariou dispar,
Chapeligou manek, kestel ha feunteuniou,
Graet gant ijin da dud ha roc’h da vengleuziou !

Pegen kaer out, va Breiz, gant da vibien kalet,
Da varvailhou gwechall kontet ’korn an oaled,
Ha da gredennou koz kizellet en es kreiz
Ken don ma tihanfes hep-ê da veañ Breiz !

Pegen kaer out, va Breiz, er berejou kousket,
Krog en diskuizadenn pad keit amzer klasket,
Ha dizoan o c’hedal, en disheol eus ar Groaz,
Eur vuhe peurbadus ’n eur Vreiz all kaeroc’h c’hoaz !


————


KERNE
————

Da vro Gerne rôin va meuleudi gentañ :
Rak d’am c’halon e plij dreist ar broiou goantañ ;
Rak enni ’mon ganet dindan ar gwez dero
En eun devez c’hoarzus eus a viz Gwengolo,
E-kreiz ma oa dre holl lapoused o kana,
Hag an heol o tispak e sklerijenn splanna,
Hag ar gwez avalou, galloudus ha seder,
O kinnig frouez melen da bokou an dommder.
Enni ’karfen ive kousket eun de da zont,
E-tal ar re zo aet, war eur gredenn dispont,
Da glask pae deus o foan digant Tad an dud paour…
Sklaer vel tantad Gouel-Yann, lugernus vel an aour,
Te zo chomet, Kerne, va broig hollgaret,
Poltredet penn-da-benn e donder va spered.
Oh ! nag a wech am eus c’hoantaet kât diou-eskel
Pa welen evned gouez, douget dreist an avel,
O tont eus da lennou war o c’hiz d’ar môr braz ;
Pe koumoul a bep liv o tremen en oabl glaz,
Bet astennet o skeud war douarou Kerne !
Nag a wech, pa deuê diganid an arne,
Am eus douget avi d’ar gurun ha d’ar glo
O doa bet an eurvad da welet dremm va bro !
Dremm dudius, tôlenn dispar vid al liver :
Koajeier o tiston gant soniou diniver ;
Mil gêrig o c’hoarzin, kled dindan o gwe koz ;
Tosennou roc’hellek, saoniou gwaskedet kloz,

Dourigou mouskanus o font d’an traon gantê ;
Hag eur wech an amzer, brallet war dôl kreiste,
Eun tour loued bennag o lâret e Bater —
Te zo bepred e giz gwechall, bro dibreder :
Te vir an dansou koz, ar c’han hag ar vombard ;
Te vag ar merc’hed flour, ar botred gwévn ha stard ;
Te gar kement a zo birvidik ha laouen,
Te zo leun a c’houez-vad éd-tu, mél ha spern-gwenn !

————

Ha kement-se ra d’in, bro garet ma c’havel,
Gwelout em c’hunvreou meur a wech o sevel
Skeud flour eur vamm yaouank azeet ’n he c’hoaze,
Stok he zreid noaz er môr, hag he fenn er mene,
Dispak en eun tu d’ei eur mannad avalou,
En tu all eur vriad burzudus a vleuniou,
Hag en he dorn, zavet etrezek he muzell,
Eur bannac’h chistr melen o virvi ’n eur skudell !


————


TREGER
————

O bro goant Landreger, biken ankouât na rin
Nag an eurvad a teus a bell zo rôet d’in,
Nag an digemer wesk am oa bet diganid
Pa deuis, dizanve, va bara da c’honid,
Dilezet evidout va bro Gerne-Uhel,
E-touez da dud dilorc’h da stenna va zinell.
Da héñchou, vel da dud, am eus darempredet ;
Da jistr am eus tañvaet, ouz da dôl ’m eus predet ;
Hag o vevañ ganid, n’am eus kavet atao
’Med hent plen, tud gwirion ha c’hoantek d’ober brao.

————

Neb a wel ac’hanout diwar lein tosenn Vre
A wel eur berradur eus Breiz en pep doare :
Mene Gurunuhel, koajeier « Koad-an-Noz »,
Plenennou pinvidik ledet bete Perros,
Ha traouienn vraz Gwengamp ha saonennig Benac’h,
Ha, dantelezet brao gant reier Ploumanac’h,
Rubanenn c’hlaz ar môr o starda da ôchou.
Eur c’hastel koz bennag a ziguz a wechou
Gant e vogeriou teo ha gant e douriou moal,
O tigas soñj eus tud hag eus amzeriou all.
Peurvuia, koulskoude, dre da vaeziou laouen
Ne zav ’met traou yaouank, tier ha kêriou gwenn,

O verka deus a bell, mesk an tokajou koad,
Vel bleuniou « Marc’hared » e-kreiz glazur eur prad.
Rak plijout a ra d’id, Treger, an traou neve :
Darn eus ar giziou koz ’teus kaset da vale,
Ha kemeret, e-lec’h ar pez oa mad gwechall,
Lod dilhad ha dansou héñvel ouz re Bro-C’hall.
Mirout a rez, avat, gant nerz ha karante
Ar yez a zigasas Breiziz Tremôr gantê ;
Ha konta rez atao en dro d’an tan, bep noz,
Ar marvailhou koueet diwar deod ar re goz.
Duze ’man ar mistri vid ar fentigellou,
Tud hag a red ar gér diwar o muzellou
Vel ruz ar wazig dour dreist he gwele yeot glaz,
Tud hag a lak ’n o c’homz eur bébrenn hag eur vlaz
Seurd ma lak en pep meuz dorn skanv ar c’heginer.
Oh ! ya, konterien flour zo dre vro Landreger,
Ken flour ma seblantont a wejou d’ar re-all
C’hoarzin goap goude ne reont ’met kôzeal.
Hogen Landregeriz, mar plij d’ê farserez,
N’int ket tud da vêrat dre zroug ar oaperez.
Eur spered lemm meurbed ’n hini verv en Treger,
Skignet en êr gant sant Tûal, ar prezeger
A zigasas d’ar vro kelou an Aviel
D’ar c’houlz ma voe enni c’houezet tan ar brezel
Etre ar gristenien hag ar barz-meur Gwenc’hlan,
Chomet an divezañ hag ar brasañ Pagan.
E delenn a zonas mallozus ha garo ;
Ha pa voe he mouez arm mouget gant ar maro,
En douar Landreger, e-deun ar c’hoajou braz
E vanas da gousket telenn goz Roc’h-Allaz.
Setu perak emout, Treger, bro ar varzed,
Bro ar sperejou kaer hag ar c’homzou aezet,
Perak, en es tier c’hoarzus ha dereat,
E vê digoret frank an dorn d’an tremeniad.


————


LEON
————

Kenta ’m eus bet gwelet, ’touez ar Vrezoned all,
Al Leonard o font, savet uhel e dal,
Dispak gantan kement tamm gwenn vê ’n e roched,
Stign dindan ar c’houriz e greiz hag e vruched,
Hag o tigas gant poan beteg e vuzellou
Eur vouez gorrek sachet diouz deun e vouzellou,
Deus a varn aneañ war ar stum a zougê
’M eus hen bet kemeret vid eun dén a fouge.

Mad ! difaziet on war gont al Leoniz.
Evit gwir, e veulont o fanez, o gwiniz,
O brezoneg dinam, yeot druz o frajeier,
Hag o c’hezeg buhan ha zaout lard o c’hrêvier,
Hag o ilizou kaer hag o zouriou uhel ;
Met pelec’h, va zud kêz, pelec’h vo kavet gwell ?
Daoust hag i n’o deus ket eul lec’hig fougeal
P’o deus dre forz labour tremenet ar re-all ?

Baleit bro Leon koulz hag ar vro Pagan,
E welfet burzudou krouet e-kreiz ar boan :
Gwaremmou, koajeier, douarou yén gwechall,
Trôet en parkou tomm hag a vag da Vro-C’hall,
Da Vro-Zaoz ha d’ar Spagn, ha tre d’an Amerik
Primoc’h frouez vit ne zav er broiou pinvidik ;
Prajou leun a geot-med, hag a voa kos geuniou ;
Balaneier uhel ha don vel hunvreou ;

Eur ouenn gezeg dispar deût ganti meur a vaout,
Hag er peurachennou an dibab eus ar zaout.

An holl draou-ze, kredabl, n’int ket deût o-unan :
Meur a wech ’n eus réñket Léonard ha Pagan
Drasta korf ha spered, skuiza brec’h ha lagad
A-zioc’h irvi ar park ha gwazigou ar prad.
N’eo tamm souez eta mar gint muioc’h pounner
Eged ar Vreiziz all ; na zoner na kaner
Na glever peurvuia war dro o labouriou ;
Ne vent distagellet awalc’h ’med er foariou.
Eno, ’vat, ’talc’hont penn d’ar re dilikata,
Ha forz Tregeriz flour gav gantê da gotta.

Dreist holl o deus dalc’het gant eur fe divarvel
Kredennou o zud koz, ar re ’man er garnel,
E-kever an iliz, o eskern binniget.
Oh ! d’ar zul, pa goueont d’an daoulin, daoubleget,
En o ilizou leun a zent hag a draou kaer,
’Kreiz an drouz kantikou hag ar zoniou kleier,
Dour leiz o daoulagad zavet ’trezek an nê
Ha digor dirakê dorojou an ene,
Daoust piou o c’hemerfê evit kalonou yen ?

Ar seurt tud rénk beañ ouspenn marc’hadourien.
O spered n’emañ ket gant ar bed-mañ hepken :
En tu-hont d’an Ankou, en tu-hont d’an anken,
Dre sklerijenn o feiz ha dre nerz o hunvre
E welont broiou splann prientet evitê.

Ar vuhe boanius-man dremenont o c’hedal,
Met pep tra, tro-war-dro, gomz d’ê deus ar bed all :
Ilizou kizellet, alaouret ha pentet,
Héñvel en bihanik ouz palez an Drinded ;

Touriou moan uhel spont o tiskleria d’an dén
Gant o biz prezeger kentel vraz ar bedenn ;
Kalvariou burzudus, kaera re ’z eus er bed,
Feunteuniou ar zent koz, chapeliou koant meurbed.
Kement a gavê mad o zud o deus miret,
Yez, feiz ha gwiskamant, hag a virfont bepred.

————

Sav eta, Leonard, da benn uhel d’an nec’h :
Rak te d’ar Vreiziz all ’n hini zo skouer ha trec’h ;
Da zorn-te zalc’h hon Breiz ’n he zav starta ma c’hall ;
Te vo an diveza vo debret gant Bro-C’hall.


————


GWENED
————

Bewech ma tigoue d’in gwelet eur Gwenedour,
E kavan aneañ stumet eus eur c’hadour,
Reud e zivrec’h, kalet e zorn, taer e lagad,
Eur c’houriz ler gantañ vel o font d’an argad,
E dok war grap e benn ken e guz e skouarn,
Stard e benn-baz etre e vizied houarn.

Hag e soñjan : « Hennez, bremañ zo daou vil bloa,
« A lakas da Gezar an daouarn war e skoa ;
« Hennez, kant vloa zo bet, e-kreiz an noz du-dall,
« A youc’hê ’n e goajou da gelenn Kadoudal ;
« Hennez, hirie, zo prest adarre da zevel
« Kerkent ma vo dre Vreiz c’houezet tan ar brezel. »
Na oar dén ped kantved a welas o tremen,
Vel ar gwall amzeriou war choug e beuliou men,
Nag ennañ nag ennê n’eus bet netra fiñvet :
Ar vein gant an amzer n’int foeltr tamm dislivet,
Hag hen ’n em dalc’h héñvel, koulz en mad, koulz en fall,
« I vrehoneg géton, malahtu ! èl guéral. »

————

Kalet ouz al labour ha kalet ouz ar boan,
Potr Gwened zo diglemm, dibreder ha dizoan ;
Na ra forz rag madou na forz rag dienez,
Gant ma c’hallo tanvât eun tammig levenez,

Ha diwar nebeudig vê laouen e galon :
Klevout ar biniou pe ar vombard o son,
Setu trawalc’h evid e lakat da lammet
Ha da drei skanv en dro, e c’har gantan kammet.
Eur banne jistr eonus diskennet ’n e skudell,
Hag e krog da gana zoniou koz Breiz-Izel.
Met, pez a ra dreist holl d’e galon sederât,
Eo lagad e vestrez o furchal e lagad,
Pa vent, he biz bihan skoulmet en dro d’e viz,
O tañsal troad oc’h troad war leur-gêr an iliz,
E-pad ma vent douget gant son ar binîou,
Dreist an holl draou marvel, da vro an hunvreou !
Netra er bed, nag aour, na perlez nag arc’hant,
Netra da botr Gwened na dalv e zousig koant :
Hi zo ken brao, ken flour, he jodigou ken ru,
Hag he bleo ken melen dindan ar « c’hapo » du !
Ha, goude m’eo digomz he muzellou eürus,
He lagadigou glaz a zo ken kôzeüs !
Beañ ’n eus potr yaouank Gwened eur resped all
A ra d’e benn plegañ ha d’e galon tridal :
Doujans an tad, ar vamm brêvet gant ar vuhe,
Azeet ’korn an tan o c’hortoz galv Doue ;
O daou en tiegez a kasont c’hoaz ar penn,
Abalamour m’int koz hag e tougont bleo gwenn.

O tud a stum gwechall, yaouankiz birvidik,
Dremmou rust o c’holo kalonou kizidik ;
Merc’hedigou ken flamm ha bokedigou roz,
Hag a bak ho kened en dilhad ar c’hiz koz ;
Mammou krommet dindan planedennou kalet,
O vonet d’ar bez yén dre dommder an oaled ;
Ha c’houi, tîeien goz, braz evel rouane,
Digor ho taoulagad da zellet ouz an nê,

Ho pleo war ho tiouskoa rannet eus a bep tu,
Ho penn-baz en ho torn, prest da vale dioustu
Pa deuy aël an Ankou d’ho klask vid ar vered,
Dirazoc’h-houi chom mud ha diskrog ar spered.
C’houi zo goulennou beo dirak pere e spont
Hon zammou pennou paour da viken direspont :
Buhanoc’h e kavfemp gér kuzet ar vein braz
’N o zav war lann Garnak vel brezelourien noaz,
Eged ho kwir hano, eged ar gwir alc’houe
Eus ho segrejou pell, o gouenn-dud dianve !


————


BUGALEAJ BREIZ
————

O bugaleaj Breiz, bloaveziou alaouret !
An dudi zo enoc’h n’oufê dén lavaret :
C’houi eo ar bégad mél a ro Doue d’an dén
Arôg ma vê kaset dindan ar blanedenn,
Ar c’hoarzadennig heol a deu ’rôg an arne,
Ar bara gwenn debret arôg ar baourente.
Forz pegen fall an dén ha forz pegen berr-wel,
Eun tu bennag, e-deun e zonjezonou pell,
Ma ’n eus bevet en Breiz e vloaveziou kenta,
E tarz eur sklerijenn Sav-heol deus ar c’hoanta,
Hag e wel o tispak ’dîabarz e spered
Tôlennou dudius an amzer dremenet.
An ti oa bihanik ha téval marteze ;
Met eun dremm vinniget a yê dre an ti-ze
’N eun deurel war bep tra sklerder he lagad glaz,
Dremm eur vamm garantek aet ac’hane, ziouaz !
Hag e-maez, pegen frank, pegen don an dremmvel !
Penn-da-benn, a bep tu, keit ha ma tec’h ar zell,
Parkeier gwer ha ru, edou gwenn ha melen ;
Koajou pin, lec’h ma kan noz-de, vel eun delenn,
Mouez klemmus an avel, ma lârfec’h eun ene
Oc’h ober pinijenn war gribenn ar mene ;
Reier mil bloaiou zo ’n o zav e lein ar roz,
Vel soudarded dispont o tiwall o bro goz ;
Gwaremm ha balaneg zammet a vleuniou aour,
Lanneier noaz o rei peuri da vioc’h ar paour ;

Saoniou o tregerni gant blejadeg raouiet
Ar c’holeou lorc’hus, stok ar yeot ’n o bruched ;
Ha duhont, lec’h ma kuz an oabl en eur vougenn,
Burzud ar môr divent o ruilhal e wagenn.
Eur blijadur hep par vijê, dre bep amzer,
Klevout an eostig-bailh, an tad-moualc’h, ar mesaer,
Pep-hini gant e zon pa deuê e vare,
Hag an holl lapoused, kerkent hag ar beure,
O kinnig mesk-ha-mesk o bennoz d’ar C’hrouer ;
Ha dreist ar moueziou all mouez galloudus ar c’houer,
Gwech ha gwech o c’hourdrouz anevaled gorrek,
Alîez o kana ’n e yez kaer brezonek.
Pebez aoun a waskê ar potr ’n e wele-kloz
O soñjal e klevê skrij ar c’houiteller-noz,
Pe kloc’hig an Ankou o tiston er zioulder,
Pe ma teuê a-dôl da grena dre an êr
Garm ha youc’hadennou mantrus ar gaouenned,
Eur maro tost bennag gantê digemennet !
Ha pebez stad ennan, distrôet ar beure,
Oc’h en em gaout yac’h-pesk ha beo mad ’n e wele !
Nag a redadegou dindan an heol laouen,
’Kreiz ma tolê ’r gwenan c’houez-vad o c’hanaouenn
Hag ar bleuniou spern-gwenn o dudi dre ar vro,
Hag e froñvê dre holl zon ar c’houiled-dero !
Nag a skoliou laeret o chom da glask nejou,
Ma vijê krenn ankouaet ar gêr hag ar prejou !
Nag a lammou paket o klask pignat er gwe,
Pe o klask galoumpat ar c’hezeg ’n hir o moe !
Ha d’an noz, pebez lorc’h o tont war zu ar gêr
En eur heul an déñved, ar zaout hag ar mesaer,
Hag en eun dougen zounn, evel banielou ru,
Brîajou lugernus a vokedou burlu !

————

O bugaleaj Breiz, bloaveziou alaouret,
Pellder ken c’houek evel eur baradoz kollet !


————


SANT ERWAN ER BARADOZ
(Unangomz)
————

N’eus dén tro Breiz gement na oar
An holl burzudou kaer hadet war an douar
Gant Erwan Gêrvarzin, paeron bro Landreger.
Meur hini, ’vat, n’eus klevet gér
Deus an dro ’c’hoarveas gantañ barz ar bed-all,
Réñket eur pennadig e toull an nor gedal.
Pa varvas war dro kreiz an noz,
E ene nijas prim ’trezek ar Baradoz ;
Ha bec’h d’an nor arc’hant : « Piou zo aze ? » ’mê Per,
Poan gantañ o tihun a-greiz eun hunvre kaer.
— « Va hano ’touez an dud oa Erwan Heloury »,
Neuze dre doull ar c’haz e tispakas eur fri :
— « Pe stad ? » — « Pera, zant Pêr, n’anveet ket ’hanon,
« Ha me oa avokad e lez-varn Lannuon ? » —
— « Avokad ! d’an dud-se ’zigorer ket amañ ;
« Kê gantê, pa giri, d’an Ifern da dommân. » —
Kerkent, eur strak a-dôl, fri ’bet ken en toull kaz.
Ar zant paour, ankeniet o tiskenn, a stokas
’N eun ene leanez, marvet e Landreger :
— « Sell ’ta, aotro Erwan, c’houi zo ’tistrei d’ar gêr ? » —
C’houlennas digantañ : — « Fe ’vat, lec’h digeri,
« Sant Pêr ’n eus prennet krenn an nor d’in war va fri,
« War digare, meañ, oan avokad du-hont ».
— « Ha c’houi, ken flour teodet, zo chomet direspont ? »

— « Fe, pa zerras an nor ! — « Deomp da welet hon daou
« Mar ’mañ beteg en néñv an tu kréñv gant ar gaou,
« Pe mar trec’h tro pe dro ar gwir war e c’hourre. » —
Dao, dao ! an nor arc’hant a ziston adarre :
— « Piou zo aze ? » ’mê Per — « Me », ’mê eur vouezig voan
« Leanez en Treger, hag an aotro Erwan,
« Bêleg er memez bro » — « Hennez oa avokad,
« Herve ’mañ e-unan o paouez ’n em lakat. »
— « Ya, vit gwir, avokad da zifenn ar re baour
« Eneb an droug, eneb ar wask, eneb an aour.
« Hogen, bêleg a oa ive ha dén zantel ;
« E vuhe penn-da-benn n’eo bet ’med eur gentel,
« Ha ’touez e vurzudou kaera hini ‘veuler,
« E oa dén a lezenn, ha vel kent oa ket laer ».
— « Ma karjê beañ d’in lavaret se dioustu ! »
Emê Per. — ’To, zant kêz, gwelloc’h ouzon an tu
« Da rei harp d’ar re-all eged d’in va unan ;
« Kenta gwech me oueo komz buhan ha buhan. »

————


Digoret a voe d’ê palez kaer an Drinded,
Hag Erwan, stad ennañ, redet
Da glask enn azezenn war bankou ’r veleien.
Allaz ! lec’h ebet ken : personed, kureien,
Lard, ru, teo, zo startoc’h evit pesked en boest ;
Da ’n em vouta ’tresê foeltr biken ne vo gwestl.
Eur bank all ’wel goullo, hini ’n avokaded,
Ha di war eün : « Amañ — meañ — vin ket pladet » —
Ar zant, azeet wesk ’n eur gador arc’hant plén,
Dol eur zell war bep tra, pep gwaz, pep plac’h zoken,
Hag anve ’n eur c’horn pell du-hont al leanez
Oa bet sturiet ganti, d’he zro en dîenez,
Leuniet war bouez strakal pankou ’l leanezed.
Hen d’ober eur zin biz, ha kerkent, dilezet

Tu ar merc’hed ganti, setu hon daou Breizad
Azeet pep-hini ’n eur gador avokad,
Ha da zrailha kôjou, war boaniou ar bed-mañ.
Tamm ha tamm e teuas penn Erwan da domman ;
E vouez, o sevel kréñv beteg ar volz santel,
Kresket gant an hekleo ha douget pelloc’h-pell,
A stravilhas ar Zent e-kreiz o fedennou.
Ken e krizas Doue an Tad e valvennou :
« Kê », meañ d’an Arc’hael zo archer-braz eno,
« Da gas e-maez an neb zo ken frank e c’heno. »
Hag an Arc’hael dioustu war nij beteg Erwan :
« C’houi réñko mont e-maez » — « Me e-maez ! re a boan »
« ’Meus bet o tont e-barz vit kuitât evelse ;
« Ken vin barnet da goll n’in biken alese,
« Na padfé ar prosez eur c’hantved pe ouspenn ;
« Rak, an dro-mañ, me vo begek da ’n em difenn. »
— « Prosez a vo ; met c’houi skampo kuit da genta. »
— « Pera, va mestr, n’hoc’h eus biskoaz lennet eta
« E leor al lezennou tôl ar « Bosesion » ?
« Barz dilezel me réñk kaout eur « Somasion » ;
« Anez, me chom amañ : da bep-hini e dra. »
— « Terri rit d’in va fenn gant ho komzou netra ;
« N’am eus intentet seurd ennê, ha da c’hortoz
« An drouz hag an drubuilh a gresk er Baradoz.
« Pe dre gaer pe dre heg, kuit e c’hefet dioustu. »
— « Foeltr kammed na fiñvan, entent mad a rit-hu ?
« Na war gomz eun Arc’hael na war urz eun Archer,
« Nemed « sinifiet » a venn gant eun urcher ».
— « Beañ vefet ; me c’ha war eün da glask unan. »
Hag an Arc’hael, dispak e askellou gwenn-kann,
A nij hag a darnij dre an néñv tro-war-dro.
An urcherien, héñvel, n’eo ket honnez o bro :
Kaer ’n eus tol e pep korn e zaoulagad furcher,
An Arc’hael paour na gav neb lec’h roud eus urcher.

Echu gant an dro wenn, oe lavaret d’Erwan
Chom en néñv ken ma teuy santelez da ziwan
E-touez an urcherien ; dale ray eur gwall damm.
Met an Arc’hael deuas gant eur bank neve flamm
Ha voe laket warnañ leanez Breiz-Izel.
Bremañ, zant Landreger na gomz ken ’med dre zell
Pa n’eus dén da selaou e c’hériou lezennek ;
Kemeret eo du-hont evid eur zant pennek,
Hag e c’hoarzer atao gant an eurvad ’n oa bet
Da chom er Baradoz dre na oa urcher ’bet.


————


AR VALANEG
————

Dreist ar gwe galloudus hag ar c’hoajou téval,
Me gar balaneier en avel o fiñval ;

Dre greiz o rengennou balîou digoret,
Ha gwisket penn-da-benn a vleuniou alaouret ;

Pe, darôet gantê an had en e glaouier,
O son, pa ’n em stokont, vel tammigou kleier.

Me gar ar valaneg don, uhel ha ledan,
Loar splann war he gourre, tévalijenn dindan ;

Lec’h ma klever, e-pad an nozveziou klouar,
Treid noaz Kornandoned o skei war an douar.

Me gar ar valaneg hunvreüs ha distan,
Lec’h ma tizamm an dén e skuizder hag e boan.

Eno, pell diouz trubuilh ha nec’hamant ar bed,
E kan aezennou kuñv ha frealzus meurbed.

O barz, ma tigoue d’id beañ skuiz o vale,
Kê tre er valaneg, gra vel ar vugale :

Astenn d’izili paour war varlenn da vamm Breiz,
Ha kan ar valaneg a gennerzo da greiz.


————


AR PARDON
————

\version "2.18.2"
\relative c'{
  \key f \major 
  \time 6/8
  \autoBeamOff
  \partial 8*3
  d8 f e d4. e8 d c | d4. d8 f e | d4. e8 f g | \break
  a4. a8 a a | a4. a8 bes a | a4. g8 g g | g4. a8 g f | \break
  e4. d8 d d | f4. d8 f g | a4. g8 a g | f4. e8 f e | d4. \bar "|."
}
\addlyrics {
  An heol zo tomm, an dud zo kaer, Al le -- ve -- nez a varv en
  êr; Sta -- liou dre holl ha mar -- vail -- hou, c’hoa -- ri -- gaer ha zon trom -- pil -- hou;
  ar c’hle -- ier lâr gant o mouez don: Hi -- rie ’mañ de -- vez ar par -- don __
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #140
}
\header { tagline = ##f }


An heol zo tomm, an dud zo kaer,
Al levenez a verv en êr ;
Staliou dre holl ha marvailhou,
C’hoari-gaer ha zon trompilhou ;
Ar c’hleier lâr gant o mouez don :
« Hirie ’mañ devez ar Pardon ».

Kréñv ar gôz, ruz ar c’hlipennou,
Vê rôet bec’h d’ar chopinou ;
Forz banneou jistr vê lonket,
Da forz yec’hedou vê trinket ;
Meur a gonsort, meur a vignon
A vê kavet gant ar pardon.


Dre holl e klever o kana
Gwerziou d’hon mamm Santez Anna
Ha da zent karet ar barroz ;
Dre holl e komzer ar yez koz :
Ar brezoneg c’houek ha gwirion
Vê mestr en Breiz de ar pardon.

En iliz ne vê graet ive
Man ebet deus ar c’hiz neve :
Vel gwechall, gant nerz e kaner
Ha gant fizians e taouliner
Dirak skeudenn ar zant paeron
’Vê hir e vrec’h de ar pardon.

An dud yaouank, en eur vale,
A luch an eil ouz egile :
Meur a botr a glask ar botrez
A blijfê d’ean da vestrez ;
Meur a hini ’ro e galon
’N eun tôl lagad de ar pardon.

Ha daou ha daou pa zistrôer,
Krog ar galant en disglaoier,
Eur gôz hepken a vê gantê :
Kôz divarvel ar garante,
Penn-da-benn gant an héñchou don,
O tont d’ar gêr diouz ar pardon.

Lec’h, siouaz ! er c’hêriou téñval
Ne vê med deiou livet fall
Gant ar skuizder ha gant ar boan :
Na zul na gouel, na c’hoarz na kan !
Eno ’man ifern ar galon
Lec’h ne vê kammed a bardon.


————


WAR VEZ EUN AELIG
————
(Kinniget d’am mignon ar C’hommandant Ollivier-Henry, marvet vid ar Frans.)


Tinterez ar c’hleier a glevan tro-war-dro,
Hag e sav em spered éñvor va zud varo,
Aet holl, koz ha yaouank, bugaligou zoken,
D’ar broiou dizanve diouz lec’h ne zistro dén.

Hag e soñjan : « Eürus ar re zo diskennet
« E donder yén ar bez ’kreiz o floura gened,
« Gant o hunvreou koant, o zonjezonou flamm,
« Chomet difank o zreid en o bale divlam !

« Eürus dreist holl ar re zo plijet d’an aotro
« O adkemer arôg an deveziou c’hoero,
« Ha n ’o deus ket tañvaet krizderiou ar vuhe !
« Eürus ar re zo aet d’aeligou gant Doue !

Da botrig, va mignon, a oa unan anê :
E goanteri oa graet, siouaz ! evid an nê,
Hag e lagadigou ken don, ken hunvreüs,
A wel breman du-hont tôlennou dudîus.

War e vamm e paro dousder glan e lagad,
Pa deuy ar rann-galon da skorna d’ei he gwad,
Pe gant he dioujod gwenn an daelou da redek
O soñjal ’n he mabig ken koant, ken karadek !


Ha te, mignon, pa vi en riskl eus da vuhe
A berz enebourien, kléñvejou, loened goue,
Pa vo da benn pleget war gaerder da skrido,
Eun askelligou kuñv en dro d’id a drido.

Forz pegeit er bed-mañ e tougfet ho tinell
Dre holl vo deus ho c’heul mouez frealzus an ael :
« Eun tamm pennadig c’hoaz, va zud kêz, da c’hedal,
« Hag en em gavimp holl unanet er bed-all ! »


————


MOR BREIZ
————


Selaouit ar môr braz, gant e vouez don garo,
O son d’ar Vrezoned zo chomet en o bro.


I


Me eo luskeller Breiz-Izel :
Me rôas d’ei nerz ha skoazel
Pa deuas a Vreiz-Veur amañ,
Damdost he c’halon da rannañ ;
Me zougas ar c’henta kavel
Ma kouskas ennan Breiz-Izel.

Me eo luskeller Breiz-Izel :
Pa deu war ruilh dreist ar rec’hel
Va lannou gwer peurgounnaret,
Me bok d’am bro muia karet,
Hag a gan eur zon divarvel
D’am merc’hig koanta Breiz-Izel.

Me eo luskeller Breiz-Izel :
Pa vent war al listri brezel
En dro da vaniel Frans bodet,
Me oar rei d’he martoloded
Kalon da stourm bete mervel
Vid enor o bro Breiz-Izel.


Me eo luskeller Breiz-Izel :
Pa deu an Ankou d’o gervel
Pel diouz kement o deus karet,
Pa n’hellont beañ douaret,
Me bak an diveza liñsel
En dro da vibien Breiz-Izel.

II


Me eo diwaller Breiz-Izel :
Me lak dibaouez da zevel
Temz d’he douar, pesked d’he zud,
Kant mil téñzor, kant mil burzud ;
Me zalc’h atao dindan zîell
Pinvidigeziou Breiz-Izel.

Me eo diwaller Breiz-Izel :
Tro-war-dro d’hec’h ôchou zantel
Stignet ganin va gouriz dour,
Me vir êr yac’hus ha kledour ;
Na kléñved, na gwall, na brezel
Na deu dre vôr war Vreiz-Izel.

Me eo diwaller Breiz-Izel
Keit ha m’hell tizout va skoazel ;
N’on ket, siouaz ! vid he diwall
Eus tu zav-heol, eus tu Bro-c’hall ;
Dre eno tec’h meur a vugel
Kuit digant e vamm Breiz-Izel.

Me eo diwaller Breiz-Izel ;
Met, ma tigouefê d’ei mervel,

Deût he mibien d’he dilezel
Hag he brezoneg da devel,
Me c’holofê gant va mantell
An douar zakr bet Breiz-Izel.

Hag ar môr braz a zalc’h gant e vouez don garo,
Da zon d’ar Vrezoned zo chomet en o bro.


————


BLEUN ED-DU
————

\version "2.18.2"
\relative c'{
  \time 6/8
  \autoBeamOff
  \partial 4*2
  c8 c4 e8 g4 g8 a4 b8 | c4 b8 a4 g8 | e4 g8 f4 d8 | \break
  c4 c8 c4 e8 | g4. a4 a8 | g a b c4 c8 | b a b c4 a8 | \break
  g4 c,8 c4 e8 | g4 g8 a4 b8 | c4 b8 a4 g8 | e4 g8 f4 d8 | c4 \bar "|."
}
\addlyrics {
  En Ker -- ne ’we -- ler par -- ka -- dou Ed -- du zam -- met a vo -- ke --
  dou, Bo -- ke -- di -- gou koant ha gwerc’h, gwenn e -- vel al laez, glan e -- vel an
  erc’h, En Ker -- ne ’we -- ler par -- ka -- dou Ed -- du zam -- met a vo -- ke -- dou
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #140
}
\header { tagline = ##f }


En Kerne ’weler parkadou
Ed-du zammet a vokedou,
Bokedigou koant ha gwerc’h,
Gwenn evel al laez, glan evel an erc’h ;
En Kerne ’weler parkadou
Ed-du zammet a vokedou.

Pa zon ar c’hreiste tro-war-dro,
Pa gan an Anjelus er vro,
E sav ’kreiz an heol skedus
Eur vouez don ha kaer, eur vouez vurzudus,
Pa zon ar c’hreiste tro-war-dro,
Pa gan an Anjelus er vro.


Eur vouez graet gant holl vouezigou
Kant mil a ganaouennigou ;
Ha na reont ’med unan
Tremenet enni kalon ar gwenan ;
Eur vouez graet gant holl vouezigou
Kant mil a ganaouennigou.

Ken c’houek e sav ar ganaouenn
Ma tol c’houéz-vad en êr laouen,
C’houez mél ha c’houez plijadur,
C’houez kement tra vad a zo en natur ;
Ken c’houek e sav ar ganaouenn
Ma tol c’houez-vad en êr laouen.

Ar ganaouenn a zo ken kaer
Ken oc’h he selaou e rénker
Chom sebezet d’hunvreal
Vel pa vê Doue ’font da gôzeal ;
Ar ganaouenn a zo ken kaer
Ken chom sebezet e rénker.

Ken luskellus e talc’h ar c’han
Ma teu ar wazig dour d’ehan,
Hag al lapous da devel,
Hag an aezennig da hun, da vervel ;
Ken luskellus e talc’h ar c’han
Ma teu ar wazig dour d’ehan.

Reo an noz, reo ar prajeier,
Kouskit ive ’n ho toureier ;
Ne dolit ket hoc’h alan
War ar bleuniou gwenn, war ar bleuniou glan ;
Reo an noz, reo ar prajeier,
Kouskit ive ’n ho toureier.


Vit ma pado pell va hunvre
Ha levenez va bro Gerne,
Hag ar c’houez-vad dre an êr,
Hag ar bleuñigou koantik ha tener ;
Vit ma pado pell va hunvre
Ha levenez va bro Gerne.


————


SON AL LANN
————
(An hevelep ton gant hini ar « Pardon »)


Da veuleudi, lann aour melen,
A rénk diston war va zelenn ;
Da gaerder atao a ganin
Tra vo mouez ha buhe ganin :
Te zo, ’gav d’in, penn-kil-ha-troad,
Héñvel-touet ouz ar Breizad.

Te n’eo ket brao lammet ganid,
Kregi ennout zo dic’honid :
Beañ ’teus ivin hir ha lemm,
Penn hag a bik, drein hag a flemm ;
Red eo ive beañ potr mat
Barz dont a benn eus ar Breizad.

Hogen, mar geo da stum direiz,
Te zo kalon vad en es kreiz :
Diwarnout e teu laez d’ar zaout,
Troad d’ar c’hezeg ha gloan d’ar maout;
E galon ha zoken e wad
A oar rei ive ar Breizad.

Pe vê divalo pe vê brao,
Te vê bleuniou warnout atao,

Bleuniou alaouret ha zeder,
En o zouez kan an alc’houeder ;
Bleunia vel-se ’ra da bep oad
Hunvreou er spered Breizad.

Te c’houl, benn chom yac’h ha digor,
Avel mene pe avel vôr ;
Pell diouz da vro ne rafes ken
’Med dizec’ha gant an anken ;
Veldout ne vê laouen ha mad
Nemed en e Vreiz ar Breizad.

Pa gan en es kreiz an avel,
Moueziou kuñv a deu da zevel,
A wechou karget a zaero
Pe héñvel ouz klemm tud varo ;
Meur a wech ive d’huanât
En em dol telenn ar Breizad.

Breudeur omp eta penn-da-benn,
Gant eun hevelep planedenn
Staget ouz ar memez douar
Dindan ar memez heol klouar ;
Rak-se, da vleuñvenn vo dalc’hmad
Bleuñvennig karet ar Breizad.


————


SON AR SPERN-GWENN
————

\version "2.18.2"
\relative c'{
  \autoBeamOff
  \override Rest #'style = #'classical
  \time 3/4 
  \partial 8*3
  a'8 g a e4. a8 g a | e4. d8 c d | e4. c'8 d c | \break
  b4. a8 g a | e4. f8 g b | a2 r4 \bar "|."
}
\addlyrics {
  Ken brao tra vel am eus ka -- vet a -- boe an de ’mon bet ga --
  net, Ken brao tra vel am eus ka -- ret, __
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #140
  ragged-last = ##t
}
\header { tagline = ##f }


Ken brao tra vel am eus kavet
Aboe an de ’mon bet ganet,
Ken brao tra vel am eus karet,

Eo, da viz mae, deus ar beure,
Gwelout, ken koant hag eun hunvre,
Glizennig mae war he gourre,

Eur vleuñvennig ken glan, ken gwenn,
Ken dudîus ha ken laouen,
Eur vleuñvennig war ar spern-gwenn.

Gwisket ganti eur gorfennig
Seurt n’ devê ket plac’h pinvidik,
Digor ganti he c’halonig ;


’N eur dol en avel eur c’houez-vad
A bik kalon an tremeniad,
’N eur dol en êr he « devez mad » ;

’N eul lavaret d’ar reuzeudig,
D’ar c’hlasker-boed, d’ar c’hlanvidig,
’N eul lavaret : « C’hoarz ’ta, kêzig !

« C’hoarz ouz kuñvelez ar vuhe ;
« Aet eo kuit ar goanv didrue ;
« C’hoarz ouz madoberou Doue !

« Va c’houéz-vad a zoug madelez,
« Ha va yaouañkiz levenez,
« Ha va zae wenn pinvidigez. »

Oh ! ma chomfê bepred en êr
C’houéz-vad ha bleuñigou tener,
Ma peurbadfê ’neve amzer !

Met ar bleuñ nij gant an avel,
Ar c’houez-vad ehan da zevel ;
Bleuñ ar spern-gwenn a rénk mervel.

O wel’t bleuñ ken buhan hejet,
O wel’t c’houéz-vad ken pell nijet,
Am eus bet aliez soñjet

Er merc’hedigou yaouank flamm
Vê dilammet digant o mamm,
Merc’hedigou koant ha divlam,

Ne chom war o lerc’h netra ’bet
Nemed an éñvor, kuñv meurbed,
Deuz eur c’houézig-vad a oa bet !


————


SON AN EURED
————

\version "2.18.2"
\relative c'{
  \key f \major 
  \time 2/4
  \autoBeamOff
  \partial 8*2
  d8. d16 f8. f16 g8. g16 | a4~ a8. d,16 | f8. f16 e8. e16 | d4 d~ | \break
  d d8. d16 | f8. f16 g8. g16 | a4~ a8. d,16 | f8. f16 e8. e16 | d4 d~ | d d | \break
  a'8. a16 g8. a16 | d,4 d8. g16 | g8. g16 f8. g16 | a4~ a8. a16 | \break
  bes8. g16 a8. f16 | d4 c8. d16 | f4 e | d \bar "|."
}
\addlyrics {
  Di -- go -- ret eo dor an de Gant ae -- lig ar ga -- ran -- te, __
  Ha ke -- me -- ret e zae gaer Gant an oabl glaz ha ze -- der, Hi --
  rie ’mañ an eu -- red E -- tre tud hag an em gar, Hi --
  rie ’vo eü -- rus -- ted War hon zamm dou -- ar. __
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #140
  ragged-last = ##t
}
\header { tagline = ##f }


Digoret eo dor an de
Gant aelig ar garante,
Ha kemeret e zae gaer
Gant an oabl glaz ha zeder :
Hirie ’mañ an eured
Etre tud hag an em gar ;
Hirie ’vo eürusted.
War hon zamm douar.


Evel pa vefê an nê
Diskennet war vro Gerne,
E tiston en êr laouen
Mil mouez ha mil kanaouenn ;
Gant an heol e lugern
Glasoc’h-glaz ar meneiou,
Ha dre holl e tregern
Son ar binîou.

Ar c’hleier o font en dro
Gas ar c’helou dre ar vro :
Fant ar Fur ha Per ar Faou
A zo dastumet o daou,
Ken lirzin o doare,
O tistrei diouz an iliz,
Vel mousc’hoarz ar beure
O pokat d’ar gliz.

Meur a lagad a vrunienn
Deus o gwelet o tremen,
Unanet vid ar vuhe
Ha binniget gant Doue,
Hen terrupl ha pounner,
E benn gantan sounn d’an nec’h
Hi koantik ha tener,
Harpet war e vrec’h.

Pegen brao int o vale
Krog an eil ’dorn egile,
Skrivet en o daoulagad
An dudi hag an eurvad !
Pegen kuñv e c’hoarzont
O zellou gantê stoket,

Pegen skanv e kasont
Tro-zans ar boked ! [1]

Daouzek tôl a zo zavet,
Eiz kant a dud ’n em gavet,
Gwisket holl en o granna
Vel o font da bardona :
Kement a oa pedet,
Kar, amezeg pe mignon,
Zo buhan diredet
Laouen o c’halon.

Ouz an dôliou e preder
Kozeüs ha dibreder,
Ar paour ’tal ar pinvidik,
Ar c’hoz ’tal ar bihanik ;
Ha jistr tomm Breiz-Izel,
Diskennet er c’ haliou,
A lak war bep muzell
C’hoarz ha marvailhou.

Neuze ’sav mouez ar varzed
D’enori an daou bried,
Da gana d’ê meuleudi
Ha kaerder o c’hefridi ;
Da c’houlenn evitê
Digant Mestr braz an Néñvou
Eürusted, karante
Ha bugaligou.


Ha da zansal adarre
Tra ma vo gwelet bale,
Tra ma c’houéz ar zonerien
Diwar lein o barrikenn :
Ebati ra hirie
Pep-hini deus e wella ;
Benn varc’hoaz marteze
Vo lec’h da ouéla.

Ha pad an noz e réno
Koroll ha kanaouenno ;
Ha, war dôl an hanter-noz,
E vo hervez ar c’hiz koz
Kanet soubenn al laez
Da zigas d’an dud eured
Vid o c’henta nozvez
Sonjou alaouret.

Dalc’hit da rén dre Gerne,
Gwir eureujou rouane :
C’houi brient d’ar paour-kêz kouer
Didu eur wech an amzer ;
C’houi lak en e spered
Sked eun tammig sklerijenn,
Vel ma c’hoarz ar stered
En déñvalijenn.


————


SON FLEURENN AR YAOUANKIZ
————

\version "2.18.2"
\relative c'{
  \key f \major 
  \time 6/8
  \autoBeamOff
  \partial 8*1
  f8 d4 e8 f4 g8 | a4. a4 g8 | a4 d8 c4 b8 | a4.~ a4 g8 | \break
  e4 f8 a4 g8 | f4. e4 f8 | g4. f4 e8 | d4.~ d4 e8 | f4 a8 g4 f8 | \break
  e4.~ e4 a8 | a4 bes8 c4 bes8 | a4. g4 e8 | a4 g8 f4 e8 | d4. \bar "|."
}
\addlyrics {
  Me zo ga -- nin tre -- me -- net am -- zer va ya -- ouan -- kiz, Ha
  ro -- fê va holl dan -- vez, oh gê tra la la, __ la di -- ra, la di --
  ra, __ Ha ro -- fê va holl dan -- ve d’he di -- gas war he c’hiz __
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #140
}
\header { tagline = ##f }


Me zo ganin tremenet amzer va yaouankiz,
Ha rofê va holl danvez, oh gê tra la la, la dira, la dira,
Ha rofê va holl danvez d’he digas war he c’hiz.
Me c’hafê gant an héñchou diskabell, dîarc’hen,
Hag ar bisac’h war va choug, oh gê tra la la, la dira, la dira,
Hag ar bisac’h war va choug, ’n eur glask an aluzen ;
Eus an eil ti d’egile war bennou va daoulin,
Vit gwelout va yaouankiz o tistrei ’n eur c’hoarzin ;
Evit gwelout o sevel ’us d’am fenn adarre
Goulou-de va yaouankiz, heol zeder va beure.
Pa darzê e sklerijenn e-kreiz an oabl glaz-lin,
Kement tra zo er bed-mañ ’gaven koant ha lirzin.

Dre holl e welen kened ha dre holl madelez,
Ha pep mouez d’am diouskouarn a ganê levenez.
Peb esper oa em c’halon, pep kredenn em spered,
Kaout rae d’in e valeen ’n eun hunvre alaouret.
Kaout rae d’in oa va buhe golôet a vleuniou
Evel, da ziskar Ebrel, eur weenn avalou.
Met an amzer didrue zo deüt gant he dorn yén :
Va hunvreou ’deus gwéñvet ha hejet ar weenn.
Nijet kuit an holl vleuniou gant avel an anken
Ha, kaer am mo damanti, ne zistrofont biken.
C’houi ’ta pere zo bremañ krog en hoc’h yaouankiz,
Eun téñzor zo ’n ho taouarn, eun téñzor uhel briz.
Diwallit-hañ aketus, grit outañ implij vad
Arôg an devez c’hoero ma vo re divezat ;
’Rôg ma vo gant an amzer kutuilhet ar vleuñvenn,
Ha ne chomo ’n ho taouarn nemed ar c’heuz hepken.
Evit eus dour ar feunteun e-pad ma vo war red,
Azéit ouz an tôliou tra ma vo koulz ar pred.
Ha, ma tigoue d’ac’h beañ galvet gant an Aotro
Arôg ma vo peurnijet ar bleuñ diwar ho tro ;
Oh ! neuze ’vat, digorit gant stad ho tiou-eskell
Da vont, vel ar gwennili, etrezek broiou gwell !
Bezit laouen o vervel, trugarekit Doue
Evit ho peañ kerc’het arôg goanv ar vuhe.
Ken koant eo ar yaouankiz, tol a ra c’houéz ken mad
Ma teu Doue e-unan a-wejou d’he c’hoantât ;
Hag e tap eur bokedig eus liorz ar bed-mañ,
Hag hen lak er Baradoz da viken da vleuniañ.


————


SON AR JISTR
————

\version "2.18.2"
\relative c'{
  \time 6/8
  \tempo 4=69
  \autoBeamOff
  \partial 8*3
  c'8 b c a4 e'8 e4 d8 | c([ b]) a c b c | a4 e'8 e4 d8 | e4. c8 b c | \break
  a4 e'8 e4 d8 | c([ b]) a c b c | a4 e'8 e4 d8 | e4 e8 e f d | \break
  e4 e8 e f d | e4 e8 e f d | e d e f e d | e4.^\f c4. | \break
  d4 e8 e4 d8 | c([ b]) a c4. | d4 e8 c4 b8 | a2. \bar "|."
}
\addlyrics {
  Di -- ga -- sit d’in, m’ho ped, mi -- gno -- ned, va ze -- lenn goz e -- vit mer -- vel; Mar -- te -- ze,
  ’rog ma ’mo peur -- zo -- net, E teuy an An -- kou d’am ger -- vel, Di -- ga -- sit a --
  tao Va ze -- len -- nig vrao ’Meus gan -- ti keit all c’hoa -- ri -- et ja -- ba -- dao, Ma
  veu -- lin c’hoaz, mi -- gno -- ned, Jistr ar gwir Vre -- zo -- ned. __

}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #160
}
\header { tagline = ##f }


Digasit d’in, m’ho ped, mignoned,
Va zelenn goz evit mervel ;
Marteze, ’rôg ma ’mo peurzonet,
E teuy an Ankou d’am gervel ;
Digasit atao
Va zelennig vrao
’Meus ganti keit all c’hoariet jabadao,
Ma veulin c’hoaz, mignoned,
Jistr ar gwir Vrezoned.


An devez ma oan bet dizonet,
E oa blaz fall war va genou ;
Met eur banne jistr a oa tennet
Ha laket d’in em c’hrabanou ;
Ar werenn kerkent
’Voutis ’tre va dent,
Ar jistr a redas e-unan gant e hent ;
Biskoaz aboe, mignoned,
N’am eus fallgalonet.

E-pad va holl buhe dremenet
Netra n’ deus kanet va zelenn
Nemed Doue, Breiz hag ar Gened,
Ar bleuñ aour hag ar Jistr melen ;
Ha biskoaz n’am eus
Labeet va c’hleuz
Gant traou da gas tud korf hag ene d’an treuz,
Vel hini-kréñv alaouret
Pe kos gwin Gallaoued.

Dre ’r sort evachou ne brienter
Nemed glac’har ha fallente,
Lec’h ar jistr a brezeg ar c’huñvder,
Al levenez, ar garante ;
Rak gantan vê graet
Eur zav d’ar spered
Beteg an oabl glaz lec’h ma lugern stered ;
Diwar jistr e vê kanet
En yez ar Vrezoned.

Ar jistr an eus eur galon dener
Da gemer perz e stad an dén ;
C’hoarzin a ray pa vefet seder,
Ho frealzi mar pê anken :

Nag a zonj c’hoero
’N eus kaset en dro,
Nag a lamm rôet d’ar blanedenn garo,
Nag a daelou ’n eus sec’het
En eun derri zec’hed !

Ar jistr, evel an heol binniget,
A lak pep tra al liou gantañ ;
Dre e c’halloud e vê kinniget
D’ar paour an hunvreou koantañ :
Rei ’ra da Yann gêz
Eurusted hag aez,
Levenez, dudi, nerz ha pinvidigez,
Pa verv e-deun e volenn
Splannoc’h vid aour mélen.

Oh ! ma n’evfê ken ar Vrezoned
Netra nemed dour avalou,
Vefent barrek eun de da zonet
Da drec’hi war an holl boblou ;
Dalc’hit ’ta, potred,
Da jacha bepred,
Forz pe badeziant, pe dimei pe eured,
’N eun drinka ’tre mignoned,
War jistr ar Vrezoned.

Va mouez a glevan o c’houitellat,
Tostât a ra d’in an termen ;
Kerc’hit-hu d’in c’hoaz eur skudellad
Jistr alaouret arôg tremen ;
Dispont rak maro,
Trinkomp tro-war-dro,
Kenvo d’ac’h, va zud, va zelenn ha va bro,
Ha kement tra ’m eus kanet
Aboe m’ emon ganet !


Setu va fenn karget a dommder
Ha va c’halon leun a esper ;
Breman me c’hay dinec’h ha seder
Da glask digor digant sant Per ;
Hag hen lavaro
Kerkent ma welo
Liv ar jistr melen e korn va muzello :
« Digoromp frank adarre
« D’eur Breizad a zoare ! »


————


SON AR GWIN-ARDANT
————

\version "2.18.2"
\relative c'{
  \time 2/4
  \autoBeamOff
  \partial 8*1
  e8 a b c([ b]) | a4 g8 g | e4. e8 | a b c([ b]) | \break
  e([ d]) c b | a4 r8 a | \time 3/4 c8 d e e d c | \time 2/4 b4. a8 | \break
  \time 3/4 b8 c b a a gis | a4 e~ e8 a | b c b a a gis | a2. \bar "|."
}
\addlyrics {
  Am -- zer oa bet __ hag e re -- nê En Breiz du -- ked
  pe rou -- a -- ne, Bre -- mañ n’an -- ve -- er ken a -- nê, Hag
  eur rou -- e zo koul -- skou -- de, gê! E c’hal -- loud o kres -- ki bem -- de __
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #130
}
\header { tagline = ##f }


Amzer oa bet hag e renê
En Breiz duked pe rouane ;
Bremañ n’anveer ken anê ;
Hag eur roue zo koulskoude,
Gê !
E c’halloud o kreski bemde.

Amzer oa bet hag e stouê
Pennou Breiziz dirak Doue
Bremañ war o farlochou tre,
War o c’hein pe war o gourve,
Gê !
E pedont o Doue neve.


Amzer oa bet hag e vijê
Eur wech ar bloa ar meurlarje ;
Bremañ raer aneañ bemde
Tra ma pad an tammig danve,
Gê !
Tra ma chom gwerzig eur banne.

Amzer oe Breiziz a larê
Ne drec’hjê seurt war o gourre ;
Bremañ, dinerz evel eur préñv,
Diskaret gant an hini kréñv,
Gê !
Koue potr Breiz war e benn a-dréñv.

Amzer oa bet Breiz a zavê
Pejou tud, pejou bugale ;
Bremañ, diwad ha didalve,
Vê tammou tudigou vel-se, (an dorn raez ar glin)
Gê !
Poan an diaoul o welout anê.

Amzer oa bet Breiz a vagê
Tiegeziou a garante ;
Breman vê lac’hadeg gantê,
Bugale, gwazed ha gwrage,
Gê !
Sodet holl gant an hini-krê.

Amzer oa bet Breiziz a rae
Korfadou jistr ha chufere ;
Bremañ ’ brizont ken an traou-ze
Balamour, o tremen aze, (an dorn raez ar bruched)
Gê !
’Skrabont ket vel an hini-krê.


Amzer oa bet hag e varvê
Breiziz evid o librente ;
Bremañ vent gant an hini bae
Ha gant an hini vout ennê,
Gê !
Ar brasa kofad hini-krê.

Amzer da zont, lec’h ma kanê
Ken dudius war he mene,
Breiz a ouelo kichen eur be
’N eul luskellat he bugale,
Gê !
Lac’het holl gant an hini-krê !


————


SON VA MESTREZIG
————

\version "2.18.2"
\relative c'{
  \time 2/4
  \partial 16*5
  d16 d c d d f8 e16 d d8 c16 d | f8 e16 f g a g e | \break
  g8 f16 e d8 e16 f | \autoBeamOff d8. d16 \autoBeamOn d c d d | f8 e16 d d8 c16 d | \break
  \autoBeamOff f8 e16 f \autoBeamOn g a g e | g8 f16 e d8 e16 f | d8. \key f \major  \bar "||" a'16 a bes a g | \break
  a8 e16 f g a g e | f8 e16 a a bes a g | a8 e16 f a8 g16 f | \break
  \autoBeamOff e8. a16 \autoBeamOn a bes a g | a8 e16 f g a g e | f8 d16 d e f g e | \break
  g8 f16 e d8 e16 f | d4 \bar "|."
}
\addlyrics {
  Me zo ga -- nin o ve -- va, o ve -- va, o ve -- va, Me zo ga -- nin o
  ve -- va eur ves -- tre -- zig flamm, Trô -- et eo war an e -- va, an e -- va, an
  e -- va, Trô -- et eo war an e -- va, ne zebr ket eun tamm; N’eo ket deus ar re
  de -- va, Na gwis -- ket deus ar bra -- va, N’eo ket deus ar re de -- va, Treut eo vel eur
  vaz, N’eo ket deus ar re de -- va, Na gwis -- ket deus ar bra -- va, Na gwis -- ket deus ar
  bra -- va, ba -- le ra en noaz __
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #160
  ragged-last = ##t
}
\midi {
  \context {
    \Score
    tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 85 4)
  }
}
\header { tagline = ##f }


Me zo ganin o veva, o veva, o veva,
Me zo ganin o veva eur vestrezig flamm ;
Trôet eo war an eva, an eva, an eva,
Trôet eo war an eva, ne zebr ket eun tamm.
N’eo ket deus ar re deva,
Na gwisket deus ar brava,
N’eo ket deus ar re deva, treut eo vel eur vaz,
N’eo ket deus ar re deva,
Na gwisket deus ar brava,
Na gwisket deus ar brava, bale ra en noaz.

Tri-ugent vloa tremenet, tremenet, tremenet,
Tri-ugent vloa tremenet emomp asamblez ;
Ha n’am eus biskoaz mennet, na mennet, na mennet,
Ha n’am eus biskoaz mennet kuitât va mestrez ;
Na tad, na mamm na pried
N’o deus bet va aliet,
Na tad, na mamm na pried, na breur na bugel,
Na tad, na mamm na pried
N’o deus bet va aliet,
N’o deus bet va aliet da zont d’he lezel.

Va mestrezig a labour, a labour, a labour,
Va mestrezig a labour hep eun tenn alan ;
Eus tomm pe yén, pe glebour, pe glebour, pe glebour,
Eus tomm pe yén, pe glebour morse ne ra van.
N’anve na kaoñ na kléñved,
Ne vê na drouk na jenet,
N’anve na kaoñ na kléñved, na poan na skuizder,
N’anve na kaoñ na kléñved,
Ne vê na drouk na jenet,
Ne vê na drouk na jenet, ato vê zeder.


Redeg a ra ken buhan, ken buhan, ken buhan,
Redeg a ra ken buhan evel soñj an dén,
Dre garéñchou ken bihan, ken bihan, ken bihan,
Dre garéñchou ken bihan ha beg ar spilhenn ;
Goùt a oar trôidellat,
Goùt a oar kammigellat,
Goùt a oar troidellat a-dreuz hag a-hed,
Goùt a oar trôidellat,
Goùt a oar kammigellat,
Goùt a oar kammigellat da heul ar spered.

Va dousig a oar tevel, ha tevel ha tevel,
Va dousig a oar tevel pa vê mad ober ;
Ne lak he mouez da zevel, da zevel, da zevel,
Ne lak he mouez da zevel ’med reujado berr ;
Neuze ’vat e oar kana,
Diskana ha mouskana,
Neuze ’vat e oar kana pa gomz an Aouen,
Neuze ’vat e oar kana,
Diskana ha mouskana,
Diskana ha mouskana pa zon an Delenn.

Meur a bennad plijadur, plijadur, plijadur,
Meur a bennad plijadur am eus bet ganti,
Hag e kavfen dinatur, dinatur, dinatur,
Hag e kavfen dinatur ober disparti ;
Lakit ’ta, va mignoned,
Pa vin er bez diskennet,
Lakit ’ta, va mignoned, da hun em c’hichen,
Lakit ’ta, va mignoned,
Pa vin er bez diskennet,
Lakit ganin da gousket va zammig pluenn.


————


SON AR C’HEMENER
————

\version "2.18.2"
\relative c'{
  \time 2/4
  \autoBeamOff
  \partial 4*1
  \tuplet 3/2 { c'8 b a } g4 \tuplet 3/2 { e8 f g } | a4. g8 | a4 \tuplet 3/2 { c8 b a } | \break
  g4 \tuplet 3/2 { e8 f g } | a2 | r8 a b c | b c d c | b8. a16 \tuplet 3/2 { b8 a g } | \break
  e4 a8 c | b2 | r8 e, a c | b([ c]) \tuplet 3/2 { d8 e c } | b8. a16 \tuplet 3/2 { b8 a g } | \break
  e4 f8 g | a4 \bar "|."
}
\addlyrics {
  Di -- goue -- et eo ar c’he -- me -- ner, En ker, Di -- goue -- et
  eo ar c’he -- me -- ner, Diou eur gou -- de pep de -- ve -- jer, Dre m’eo poa -- nius
  braz e vi -- cher, Diou eur gou -- de pep de -- ve -- jer Eo ’n’em ga -- vet
  ar c’he -- me -- ner. __

}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #140
  ragged-last = ##t
}
\header { tagline = ##f }


Digoueet eo ar c’hemener
En kêr,
Digoueet eo ar c’hemener
Diou eur goude pep devejer
Dre m’eo poanius braz e vicher ;
Diou eur goude pep devejer
Eo ’n em gavet ar c’hemener.


« De mad d’ac’h, Mari, va c’hommer
« Zeder,
De mad d’ac’h, Mari, va c’hommer ;
Penôz emañ ar c’heleier
« Aboe n’on-me ket bet en kêr,
« Penôz emañ ar c’heleier ? » —
Kenta goulenn ar c’hemener,

« Penôz mañ ’r bed gant va c’homper
« Yann-Ber,
Gant ho kezeg, ho parkeier,
Gant ho saout, ho moc’h hag hoc’h yér,
Gant ho kezeg, ho parkeier ? » —
E c’houlenn c’hoaz ar c’hemener.

« Mad sur, avat, ma mignon ker,
« Ec’h êr,
« Mad sur, avat, ma mignon ker ;
« Azéit war ar bank-toser,
« Ho tijuni zo da gemer ;
« Azéit war ar bank-toser. » —
« Ho trugare ! » ’mê ’r c’hemener. —

Dirazañ plajou livet kaer
’Laker,
Dirazañ plajou livet kaer,
Kig hag aman a zigaser,
Ha jistr ha kafe leiz ar gwer ;
Kig hag aman a zigaser,
Ha bara gwenn d’ar c’hemener.


P’eo torret ar yun, e kroger
Dre gaer,
P’eo torret ar yun, e kroger
Da danañ ar c’horn butuner
En eun dommañ an divesker,
Da danañ ar c’horn butuner :
Gwasa micher eo kemener !

« Petra vê gwell ganac’h ober,
« Komper,
« Petra vê gwell ganac’h ober,
« Eur roched pe eur bragou-lêr,
« Eur gorfenn pe eun davanjer,
« Eur roched pe eur bragou-lêr ? » —
« Eur roched », emê ’r c’hemener.

« Ho torchenn, pelec’h he saver,
« Komper,
« Ho torchenn, pelec’h he saver,
« War an dôl, war ar bank-toser,
« Penn ar foenn pe kreiz al leur-gêr,
« War an dôl, war ar bank-toser ? » -
« War an dôl », emê ’r c’hemener.

Hag evit lein pa ’n em gaver
Er gêr,
Hag evit lein pa ’n em gaver,
’Mañ war ar bank soubenn Yann-Gouer
Hag ar bara du en doubier,
’Mañ war ar bank soubenn Yann-Gouer
War an dôl emañ… ’r c’hemener.


Krog aketus en e vicher
Piker,
Krog aketus en e vicher,
E kas en dro an noadeier
Ken ma red an dour gant e lêr,
E kas en dro an noadeier :
N’eo ket brao beañ kemener.

Hep ehan griat, d’e gomper
Yann-Ber ;
Hep ehan griat, d’e gomper
E kont marvailhou, keleier
Gwelloc’h evit kazetinier,
E kont marvailhou, keleier :
Teodet flour eo ar c’hemener.

Pere zimeio er c’harter
En berr,
Pere zimeio er c’harter ;
Ped loe zo ganet en pep kêr,
Pelec’h e sav trouz en tier,
Ped loe zo ganet en pep kêr :
Forz traou a oar ar c’hemener.

Piou a jach dle ha piou a zerr
Diner,
Piou a jach dle ha piou a zerr ;
Piou a zo eün, piou a zo laer,
Piou zo fur ha piou zo rikler ;
Piou a zo eün, piou a zo laer :
Da bep-hini ro ’r c’hemener.


Ha, p’eo distro d’e barkeier
Yann-Gouer,
P’eo distro Yann d’e barkeier,
An drezenn-bod a hadkroger
Hag an tan en dro kaeroc’h-kaer,
An drezenn-bod a hadkroger
D’ober e lein d’ar c’hemener.

Predet gantañ vel ma tleer
Ober,
Predet gantañ vel ma tleer,
E klask eur c’horn didrouz en kêr
D’ober eun tamm kousk berr ha berr
E klask eur c’horn didrouz en kêr ;
Diskuiza blij d’ar c’hemener.

Merenn a réñk gant e gommer
Kemer,
Merenna réñk gant e gommer :
Krampoez er bêlon a dommer
Hag eur bannac’h traou a lonker ;
Krampoez er bêlon a dommer,
D’ober enor d’ar c’hemener.

Eur pennad c’hoaz war ar vicher
’Sacher,
Eur pennad c’hoaz war ar vicher ;
Ha koan abred vit mont d’ar gêr,
Rak eun hanter-leo zo d’ober ;
Ha koan abred vit mont d’ar gêr :
Faez a dle beañ ’r c’hemener.


Echu eo tre roched Yann-Ber
D’ober,
Echu eo tre roched Yann-Ber ;
Pemzek kwenneg a briz kemer
D’ober plijadur d’e gommer ;
Pemzek kwenneg a briz kemer :
Marc’had mad eo ar c’hemener.

Sonjit ! eur roched a bez kaer,
Tud ker,
Sonjit ! eur roched a bez kaer !
Ha c’hoaz a-wechou lavarer,
Dre n’ouveer ket petra raer,
Ha c’hoaz a-wechou lavarer
E talv eun dén nao gemener.

Gwir eo, pa zistrôas Yann-Ber
D’ar gêr,
Gwir eo, pa zistrôas Yann-Ber,
’Kavas ar roched kloz ha berr,
Chomet ar pastellou d’ober,
’Kavas ar roched kloz ha berr :
Fazîa c’hall ar c’hemener.

Gant pez a zo vo red ober,
« Yann-Ber,
« Gant pez a zo vo red ober ;
« D’in-me ne vo foeltr tamm re verr
« D’ober eun hiñviz gant kolier,
« D’in-me ne vo foeltr tamm re verr :
« Bennoz Doue d’ar c’hemener ! »


————


SON NIGOUDEN
————
(War an hevelep ton gant ar « C’hemener »)


D’ar c’houlz ma vevê Nigouden
Skanv-benn,
D’ar c’houlz ma vevê Nigouden,
E c’houzañvas gwall blanedenn,
Tra la la la la la la la,
E c’houzañvas gwall blanedenn
Dre ma fazîas penn-da-benn.

Fazîa reas o tont gwann,
Hep mann,
Fazîa reas o tont gwann
En eur bed lec’h ma pik al lann,
Tra la la la la la la la,
En eur bed lec’h ma pik al lann,
Lec’h ne vê netra ’med dre gann.

Fazîa reas o c’hoantât
Traou mad,
Fazia reas o c’hoantât
Traouigou flour ha dilikat,
Tra la la la la la la la,
Traouigou flour ha dilikat,
Hag hen n’evoa ket aez da gât.


Fazîa reas o soñjal,
Gwir dall,
Fazia reas o soñjal
E c’halljê, paour ha stumet fall,
Tra la la la la la la la,
E c’halljê, paour ha stumet fall,
Ober hent koulz hag an dud all.

Fall a reas en eur greski
Deski,
Fall a reas en eur greski
Deski d’e spered beaji,
Tra la la la la la la la,
Deski d’e spered beaji
Ha d’e galon baour hirvoudi.

Met ar falla tôl ma reas,
Biskoaz,
Met ar falla tôl ma reas,
Oe kuitât, eur wech erru gwaz,
Tra la la la la la la la,
Oe kuitât, eur wech erru gwaz,
Ar stad izel lec’h ma c’hanas ;

Dilezel ar vicher a gouer
Ken kaer,
Dilezel ar vicher a gouer,
O soñjal kât diboan en kêr,
Tra la la la la la la la,
O sonjal kât diboan en kêr
Kalz da douch ha nebeud d’ober.


N’eo ket da vêrat eur bluenn
Hepken,
N’eo ket da vêrat eur bluenn
Vê gant Doue laket eun dén,
Tra la la la la la la la,
Vê gant Doue laket eun dén
Ken galloudus ha Nigouden.

N’eo ket evit chom en toullou
Kampchou,
N’eo ket evit chom en toullou
Eo bet zavet ’us d’hon fennou,
Tra la la la la la la la,
Eo bet zavet ’us d’hon fennou
Bolzou don ha glaz an néñvou.

N’eo ket mad da ren buhe kêr,
Mab kouer
N’eo ket mad da ren buhe kêr,
Na da wiska livitenn gaer,
Tra la la la la la la la,
Na da wiska livitenn gaer
Neb an eus douget chupenn verr.

Ne deuas morse Nigouden
A benn,
Ne deuas morse Nigouden
Da zaludi, da vale plén,
Tra la la la la la la la,
Da zaludi, da vale plén,
Da gomz brao vel ar vourc’hizien.


War ar paour-kêz disc’hriennet
Bepred,
War ar paour-kêz disc’hriennet
E chomas ar merk garanet,
Tra la la la la la la la,
E chomas ar merk garanet
Deus ar maeziou lec’h oa ganet.

Hag en e galon e talc’has,
Allaz !
Hag en e galon e talc’has
Da zon noz ha de vel eur c’hlaz,
Tra la la la la la la la,
Da zon noz ha de vel eur c’hlaz
Keuñ diremed ar parkou glaz !


————


SON KLEIER SANT-MARTIN
(Montroulez)
————

\version "2.18.2"
\relative c'{
  \time 2/2
  \partial 4*2
  a'2 g f | a g | g2. a4 | g2 f | a c | g2. c4 | \break
  a2 g | a f | c2. g'4 | a2 c | a g | f2. r8 \bar "|."
}
\addlyrics {
  So -- nit, so -- nit klem -- mus, kle -- ier braz ar Ma -- ro, U --
  nan a zo aet kuit, na deu -- io ken en dro. __

}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #140
}
\header { tagline = ##f }


Sonit, sonit klemmus, kleier braz ar Maro :
Unan a zo aet kuit, na deuio ken en dro.

Sonit d’ar bugelig ken koant ha ken faro
Aet daved an aelez, na deuio ken en dro.

Sonit d’ar plac’h yaouank, galvet gant an Aotro
E-kreiz hanv ar vuhe, na deuio ken en dro.

Sonit d’ar zoudardig marvet evit e Vro,
Kousket en douar yén, na deuio ken en dro.

Sonit d’an tad, d’ar vamm, aet e-kreiz an daero.
Digant o bugale, na deufont ken en dro.


Sonit, kleier kañvus, an disparti garo
Etre an dud a chom hag ar re zo maro.

Spered, ijin, galloud, yaouankiz ha kened,
Kouskit bremañ didrouz, bleuniou koant dibennet.

Kouskit, hunvreou kaer, sonjezonou kollet,
Kouskit, karanteziou da virviken torret.

Kouskit, poan ha trubuilh, ankén ha goueladeg :
Bremañ zo fin, vel kent, d’an daelou da redeg.

Kouskit, paour ha pinvik, brazder hag izelded :
Gant muzul an Ankou setu c’houi kompezet.

Kouskit er gwele don, mesk-ha-mesk astennet ;
Kleier braz ar Maro warnoc’h o deus sonet.


————


KOUSK, SOUDARD BREIZ-IZEL
(En koun eus va mab)
————

\version "2.18.2"
\relative c'{
  \key f \major
  \tempo 4= 56
  \autoBeamOff
  \time 6/8
  c8 f g a([ c]) bes | a2. | c,8 f g a([ c]) bes | a2. \bar "|." \break
  \time 9/8 c8 f c bes d bes a c a \bar "|." \time 6/8 g4.~ g4 r8 | a2. | a4.~ a4 c8 | \break
  \time 2/4 f8 c bes a \bar "|." \time 6/8 g4.~ g4 c,8 | e g c, e g g | d'4 d8 c4( bes8) | \break
  a4.~ a4 c8 \bar "|." \time 2/4 f8 c bes a \bar "|." \time 6/8 g4.~ g4 c,8 | e g c, e g bes | \break
  a4.~ a4 g8 | f4. \bar "|."
}
\addlyrics {
  E -- kreiz da yaou  -- an -- kiz fal -- c’het gant ar Ma -- ro,
  Ro -- et ga -- nid da vu -- he vid ar vro, Kousk, kousk, potr
  Breiz, sou -- dard dis -- par, Gra da zis -- kuiz en es kwe -- le dou -- ar, __
  Kousk, sou -- dar -- dig Breiz -- I -- zel, Lus -- kel -- let gant mouez spon -- tus
  ar bre -- zel. __
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #150
  ragged-last = ##t
}
\header { tagline = ##f }


E-kreiz da yaouankiz falc’het gant ar Maro,
Rôet ganid da vuhe vid ar Vro,
Kousk, kousk, potr Breiz, soudard dispar,
Gra da ziskuiz en es kwele douar ;

Kousk, soudardig Breiz-Izel,
Luskellet gant mouez spontus ar brezel !


Gouelet a vo dourek duze pa ’n em gavo
Gant ar re goz kelou kri da varo.
Kousk, kousk, potr Breiz........

Goude seiz miz hanter a drubuilh hag a boan,
Te zo koueet kalonek ha dizoan....

Koueet fas d’ar Voched, vit diskouez d’ar re-all
Penôz e varv eur Breizad vit Bro-c’hall....

Douar zantel ar Frans a ziwall da viken
Bugelig Breiz lac’het vid e zifenn....

Kroaz enor ar brezel a luc’h war e c’hourre
Gant bleuniou fresk hag eur bodig lore....

Hag an emgann euzus a lac’h bemde tud all,
Avel ar stourm a dremen ’n eur yudal....

Kousk, kousk, potr Breiz, soudard dispar,
Gra da ziskuiz en es kwele douar ;
Kousk, soudardig Breiz-Izel,
Luskellet gant mouez spontus ar brezel !

————

Met eun devez da zont vo klêvet war da ve
Lapoused Frans gant sonigou neve :

Kousk, kousk, potr Breiz, soudard dispar,
Gra da ziskuiz en es kwele douar ;
Kousk, soudardig Breiz-Izel,
Luskellet gant mouez ar Frans divarvel ;


Mouez an Trec’h vo klevet o sevel ’us d’ar Vro,
Brall ar c’hleier o kana tro-war-dro....

Forz soudarded d’ar gêr a zistroio laouen,
Te ’gousko don ’n eur gwele pri-melen....

Biken gouzout na ri, hader dizanveet,
Blaz ar froez aour gant da wad goneet....
Met eur frealz vo d’id, e-kreiz noz an ankoua,
Klevout ar Frans o tridal gant ar joa....

Kousk, kousk.... mouez ar Frans divarvel !

————

Ha, ma teu pell duhont daou zén koz reuzeudik
Da zizec’ha gant ar c’heuz d’o mabig,

Kousk, kousk, potr Breiz, soudard dispar,
Gra da ziskuiz en es kwele douar ;
Kousk, soudardig Breiz-Izel,
Er Baradoz e kavfont o bugel.


————


GWERZ AR PLAC’HIG KOLLET
ER GÊR VRAZ
————

\version "2.18.2"
\relative c'{
  \time 6/8
  \partial 8*1
  a'8 a4 g8 a4 g8 | c4.~ c4 d8 | c4 a8 c4 b8 | a4.~ a4 a8 | \break
  a4 g8 a4 g8 | c4.~ c4 d8 | c4 a8 c4 b8 | a4.~ a4 a8 | \break
  a4 bes8 a4 g8 | f4.~ f4 e8 | f4 a8 g4 f8 | e4.~ e4 a8 | \break
  a4 bes8 a4 g8 | f4.~ f4 e16 f | g4( a16 g) f4 e8 | d4. \bar "|."
}
\addlyrics {
  Pell du -- hont en dremm -- wel, ’dreg me -- ne -- ou va bro, An
  heol a c’ha da guz, __ e -- chu gan -- tañ e dro, __ Pres --
  tik i -- ve, zi -- ouaz! __  me vo graet va hi -- ni, __ Va
  spe -- red, pa zoñ -- jan, __ zo leun a __ vel -- ko -- ni. __
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #122
}
\header { tagline = ##f }


Pell duhont en dremmwel, dreg meneiou va bro,
An heol a c’ha da guz, echu gantañ e dro ;
Prestik ive, ziouaz ! me vo graet va hini ;
Va spered, pa zoñjan, zo leun a velkoni !


Pa zoñjan em buhe gwentet dre bep avel,
En dispriz am eus graet war skoueriou va c’havel,
Pa zoñjan en amzer na deuy ken war he c’hiz,
Ha pegen koant e oa deiou va yaouankiz !

Pell duhont en dremmwel e c’hoarz an ti balan
Lec’h am eus ugent vloa bevet seder ha glan,
Tal an dour péoc’hus, dindan ar gwe dero,
E-kreiz bleûigou aour hag eürusted va bro.

Va zad paour a welan chouket ’n e gador goad,
Brêvet gant ar glac’har ha torret gant an oad,
Hag a ouél noz ha de, diremed e ankenn,
A ouél d’e verc’h yaouank na zistroio biken.

Va breur, va c’hoarezed a welan o c’hoarzin,
Dastumet en dro d’ê bugaligou lirzin ;
Met an dour aliez a deu ’n o daoulagad :
Pa zoñjont en o c’hoar o devê kalonad.

Ar vered a welan lec’h m’emañ douaret,
O hun ’n he gwele don, ar vamm ’doa va c’haret,
Hag a lavarê d’in ’rôk kuitât ar bed-mañ :
« Chom er gêr, va merc’hig, chom atao dre amañ. »

Gwel’t a ran an iliz lec’h ma voen badeet,
Lec’h am eus gant Doue ken liez baleet,
Lec’h am eus, gwenn va zae, gwennoc’h c’hoaz va c’halon,
Douget skeud ar Werc’hez da zevez ar pardon.

O dremmou binniget, o ene glan va bro,
Petra glaskit ouzin war va gwele maro ?
Me n’on ken eus o tud : va zae wenn plac’h yaouank
Zo bet stlejet ganin dre ar vez hag ar fank !


Allaz ! o veva fall ne c’honeer netra :
Setu me dre Bariz hep labour na bara ;
N’on ken evit gouzañv lousdoni va buhé,
Hag e c’ha eun tan glaou d’am c’has dirak Doue.

Fallât ra va c’halon, sempla ran, mouget on....
Doue va fask kenta, rôit d’in ho pardon....
Kenavo ’ta, va zud, kenavo, Breiz-Izel !
Pegen kablus on bet o tont d’ho tilezel !


————


GWERZ AR ZOUDARD DIVROET
————

\version "2.18.2"
\relative c'{
  \key f \major
  \autoBeamOff
  \time 6/8
  \partial 8*3
  d8 f e d4. e8 f g | a4. g8 a d | c4 a8 c4 b8 | \break
  a4. g8 a d | c4 bes8 a4 g8 | f4. g8 a bes | a4 g8 f4 e8 | d4. \bar "|."
}
\addlyrics {
  ’Nhan’ Dou -- e, ne zi -- lam -- mit ket Gwaz ya -- ouank di -- gant e bri --
  ed, Na mab ka -- ret di -- gant e dad, Na di -- gant e Vreiz eur Brei -- zad.
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #140
}
\header { tagline = ##f }


’N han’ Doue, ne zilammit ket
Gwaz yaouank digant e bried,
Na mab karet digant e dad,
Na digant e Vreiz eur Breizad.

Eur potr kalonek ha seder
A oa Kaourig an Heveder ;
E wreg yaouank, Soaz an Herry,
Ken zeder all, mar ne oa mui.

Eun devez, Kaour a lavarê
D’e vaouezig eus ar beure :
« Deût eo an de d’in da vonet
« Pell diouz douar ar Vrezoned.

« Pep gwaz barrek a rénk d’e dro
« Zevel vit harpa e vamm-bro ;
« Pebez dudi, pebez enor
« Ma vijen zoudard en Arvor !


« Allaz ! p’eo digemennet d’in
« Monet pelloc’h, monet a rin :
« Kenavo ’ta, va c’harante !
« Benn eur bloa ’teuin adarre. »

Eur pok war he muzellig ru,
Hag e benn-baz, ha kuit dioustu ;
Kuit gant an hent hep trei e benn,
Aon yudal dre nerz e ankenn.

Kaset a voe ar zoudardig
Pell diouz dremm glan e garedig ;
Kaset a voe mab an Arvor
D’ar zervich d’an tu all d’ar môr ;

Tre d’ar broiou lec’h ne zav ket
Dero galloudus er gwasked,
Elec’h ne c’houez ken an avel
Tremenet diwar Vreiz-Izel.

Kerkent ha ma voe distaget
Diouz an douar he doa maget,
E tizec’has plantennig Breiz
Dindan bannou eun heol direiz.

E kalon ar potr e krogas
Eur c’hléñved diremed, ziouaz !
An droug-hirnez, kléñved ar vro,
Kléñved a zun gwad ha daëro.

An dén nerzus a oa bet Kaour
N’ oa ken vit stlejal e gorf paour,
Ankouaet gant e galon tridal,
Marvet ar c’hoarzin war e dal.


Hag e spered kêz divrôet,
Bepred etrezek Breiz trôet,
A glevê duhont ’rôg mervel
Moueziou karet oc’h hen gervel :

« Oh ! — lavarê d’e vignoned —
« Pegen eürus ar Vrezoned,
« Pa varvont dindan heol o bro,
« Daoulinet o zud en o zro !

« Pa na glevont huanadou
« Nemed en yez koz o zadou ;
« Hetusoc’h eo mervel en Breiz
« Eged beva ’n eur vro direiz.

« Eno pep korf a vê douget
« Beteg an iliz vinniget,
« Beteg iliz wenn ar barroz,
« Zent Breiz-Izel oc’h hen gortoz.

« Ha pegen brao vê diskuiza
« E-deun ar gwele diveza
« Pa vê kelc’hiet ar c’horf maro
Gant douar zantel ar vamm-bro !

« Va mignoned, n’am lezit ket
« En douar zec’h-mañ da gousket :
« Ac’han n’ oufê biken nijal
« Va ene da gât ar bed-all ! »

Prest goude ’teuas eul lizer,
Eul lizer du d’an aotrou Maer,
Da lavaret e oa maro
Soudardig Breiz pell diouz e vro.


Distrôet eo Kaourig d’ar gêr
D’ e vro vinniget Landreger,
Serret, ziouaz ! e zaoulagad
E-deun archedou c’houec’h troatad.

Kaer en devo heol klouar Breiz
Tol sklerijenn warnañ e-leiz,
Ne zihuno ken e vugel
Lac’het gant heol ar broiou pell.

Lapoused a bep tu d’an hent
A gan atao vel diagent ;
Met hirvoudi ra ’r ganaouenn
A vijê gwechall ken laouen.

Ha barrou nerzus an dero
’Trezeg o mignonig maro
An em astenn evel gwechall
Klemmus ha kañvus o krozal.

E gerent, e vuia karet
A deu war e lerc’h, diskaret
Dindan ar pounnera glac’har
A c’heller gouzañv war zouar.

Hogen eur vouez a zav en êr,
Eur vouez frealzus ha tener :
« Va zud kêz, sec’hit ho taelo,
« Er Baradoz ni ’n em welo !

« Eno, abred pe divezad,
« E vê rentet Breiz d’ar Breizad,
« Hag ar mab d’an tad glac’haret,
« Ha d’ar wreg yaouank he fried. »


————


GWERZ : KALON BREIZADEZ
————
(War an hevelep ton gant ar « Zoudard divrôet. »)


Eur plac’hig oa en Arzano,
Marc’haredig he lez-hano,
Daoulagad glaz, dioujodig koant,
Kened, ha furnez ha skiant.

Marc’haredig n’he devoa ket
Talvoudegez hanter-kant skoed ;
Met he zal glan a lugernê
Koulz ha loar aour e Landerne.

Dantelez kaer na zougê ket,
Ken nebeut voulouz arc’hantet ;
Hogen, da heul he bleo melen
’Tougê dudi ha sklerijenn.

Ne vijê gant Marc’haredig
Broz na tavanjer pinvidik ;
Ha ’n he darempred koulskoude
Meur a zén vaouank hirvoudê.

Met abred e-touez ar bagad
’N evoa dibahet he lagad,
’N evoa dibabet da vignon
Eur potr a nerz hag a galon :


Per e hano, poanius e stad,
Na c’hoar na breur, na mamm na tad ;
E-unan o c’honid bara
Boe ma renê e zaouzek vloa.

Kenta tro ma savas gantê
Kôz birvidik ar garante,
Oant o tistrei gant eun hent don,
War dro kuz-heol, diouz eur pardon.

An de-se gant eur grenadenn
Per a zisplegas e bedenn :
« En hano Doue, Marc’hared,
« Lâret-hu d’in mar am c’haret ? »

Ha Marc’hared, tost da sempla,
’Gemeras he mouez izella
Evit respont : « Ya, me ho kar
« Muioc’h vit dén war an douar. »

« — Mad ! emê Per, — m’ho kar ive
« Dreist kement tra ’grouas Doue ! »
Hag o c’halonou grenê c’hoaz
Pa zigouejont e-tal eur groaz.

Eno, daoulinet, war o le,
Dorn an eil e dorn egile,
E toujont n’o dijê biken
Nemed eur garante hepken.

————

Prest goude, Per a gemeras
Hent houarn Pariz, ar gêr vraz,
En zell da zistrei pinvidik
’Rôg eureuji d’e garedig.


Da genta ’skrivas d’ei bep lun ;
Goude, bep teir pe beder zun ;
Tamm ha tamm, eur wejig ar bloa,
Ken ma teuas krenn an ankoua.

Hogen, divarvel hec’h esper,
Hi zalc’hê c’hoaz da c’hortoz Per,
Atao koant, atao fur ha glan,
A-dreg prenestr he zi balan.

Hag eun de, Per a dremenas
’N eur rei kazel d’eun itron vraz,
War e viz eur pez gwalenn aour,
Hep zellet tamm ouz an ti paour.

Hag ar c’helou kerkent dre gêr :
« Dimêt hag eureujet eo Per ! »
Ar plac’hig, adal m’ouveas,
Semplet d’an douar a goueas.

Douget a voe war he gwele,
Ha na zavas ken ac’hane ;
Na klemm na komz na voe klevet,
Daou zevez goude voa marvet.

Nijet oa kuit an ene glan,
Aet war e giz d’ar vroiou splann
Lec’h ma ren er beurbadelez
Karante hep trubarderez.

————

Duman, en Breiz, ’z eus eur rozenn
Na zigor ’med eur wech hepken
He c’halonig ru kinniget
Da bokou an heol binniget.


He deligou a zav en êr
O fenn livet koant ha zeder,
Keit ha ma par war o gourre
Heol burzudus ar garante.

Met, kuzet an heol, kenavo !
Ar rozennig paour a varvo ;
Hag ar vleuñvenn gizidik-se
Kalon ar Vreizadez eo ’z e.


————


GWERZ WAR STAD AR BREZONEG
————

\version "2.18.2"
\relative c'{
  \key bes \major
  \autoBeamOff
  \time 6/8
  \partial 8*1
  d8 g4 bes8 a([ bes]) c | bes4( a8) g4 bes8 | a4 g8 f([ g]) a | \break
  g4.~ g8 r d | g4 bes8 a([ bes]) c | bes4( a8) g4 bes8 | a4 g8 f([ g]) a | \break
  g4.~ g8 r g | a4 d8 c4 d8 | bes4. a4 g8 | a4 d8 c4 bes8 | \break
  a4.~ a8 r a16([ bes]) | c4 a8 d4 g,8 | g4. f4 bes8 | a4 g8 f([ g]) a | g4.~ g4 r8 \bar "|."
}
\addlyrics {
  Eur vro dis -- par a lu -- gern e -- touez an holl vro --
  iou, __ Lus -- kel -- let en he hun -- vre gant mouez don ar mo --
  riou, __ Pa -- ket he fenn in -- tañ -- vez en eur gouel mou -- genn
  c’hlaz, __ Hag o son war eun de -- lenn hir -- vou -- dus vel eur c’hlaz. __
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #140
}
\header { tagline = ##f }


Eur vro dispar a lugern e-touez an holl vroiou,
Luskellet en he hunvre gant mouez don ar moriou,
Paket he fenn intañvez en eur gouel mougenn c’hlaz,
Hag o son war eun delenn hirvoudus vel eur c’hlaz.

Koulskonde hi deus mibien gant Doue dibabet,
Dre ma oant tud galloudus, da ziwall harz ar bed ;
Netra barrek d’o sponta na barrek d’o diskar,
Nag e teufê da gouea an néñv war an douar.


Koulskoude en peb amzer ’talc’h enni da zevel
Bleuniou aour leun a dudi, bleuniou gwenn leun a vél,
Ha da bignat er c’hlazenn, lemm evel noadeier,
Touriou kaer dantelezet lec’h ma kan ar c’hleier.

Koulskoude ’n he fardoniou vê gwelet a vagad
Ar c’hoanta gwiskamanchou zo bet dirak lagad
Ar merc’hedigou floura ’deus c’hoarzet d’ar vuhe,
An terrupla tud yaouank krouet dre zorn Doue.

Koulskoude gant he bombard pa zon he biniou,
E nij ar c’horollerien war askell o zoniou ;
Ha war veg he meneiou pa gan he maeserien,
E toull dor ar Baradoz ’tispak selaouerien.

Perak eta chom kañvus tal hon mamm Breiz-Izel,
Perak war an tremenet e tol bepred he zell,
Perak e talc’h da jali : « Gwechall, gwechall, gwechall » ?
Netra ’med emañ gwasket he yez gant yez Bro-c’hall.

————

Eun devez e tremenis e kichen eur c’houldri
Bet enni ’pad tri c’hant vloa dousder ha koanteri,
Bet enni dre vilierou koulmed gwenn o kluda,
Ha moueziou kuñv damantus noz ha de o vruda.

Pebez souez pa glevis ’diabarz ar c’houldri
O sevel en eur goaga moueziou raouiet ha kri,
Ha pa welis o vale pe o nijal tro-zro
Brini du, brini loued, lapoused a varo !

Trec’het a oa bet gantê ar c’hudennigou gwenn,
Mouget o c’han, o giziou, peb éñvor deus o gouenn ;
A gantvechou eürusted ne chomê ken, allaz !
Nemed, touez al lousdoni, pluñigou gwenn ha glaz.


Ha me kerkent da zoñjal en Breiz, va bro garet,
Zo ive gant ar galleg he yez koz mastaret,
Hag e vê klasket bemde, dre bep seurt troiou ka
Lakat he giziou kaera da gouea tamm ha tamm.

« Ma vijê bet — emon-me — lec’h tammou kudenned,
« Tud a boell hag a galon vel m’eo ar Vrezoned,
« ’Dijê biskoaz aotreet divrôiz d’o debri
« Na lapoused divalo da ren en o c’houldri. »

Met dén ebet na gredfê, penn-oc’h penn ganemp-ni,
Ouz ar Brezoneg santel ’n em lakat d’enebi ;
Rak biskoaz n’eo bet Breiziz trec’het ’med a guz-kaer ;
Hogen, an tu d’hen flastra dre zindan a glasker.

Er skoliou eo bet kavet an noazusa doare
Da skei gantañ hep ehan tôliou didrugare :
Skolerien, skolerezed a zo mistri brezel
Rôet d’ê vit kefridi laza yez Breiz-Izel.

Hini Bro-C’hall deu warnomp dre lannou dirollet
En eur c’holo bep kammed douar ganemp kollet :
Môr braz ar skridou galleg a zired eus Pariz
Pounneroc’h vid an hini zistrujas ar Gêr-Iz.

Breiziz zoken a glever war Vreiz oc’h ober fae,
Gwerzet gantê o fluenn, hag o zeod hag o fe ;
Kréñvât ’n hon touez ra bemde koagerez ar brini :
War zao, dubeed Arvor, divrânomp hon c’houldri !

Dilamm hon yez ganemp-ni vê dilamm hon ene :
Petra lârfê d’ar Breizad ar môr nag ar mene,
Nag an aveliou garo nag an noz spouronnek,
Ma vijê ket d’o fintañ ar geriou brezonek ?


Kollet e yez vinniget, ’varvfê e holl dudi :
Na ouefê ken na c’hoarzin, na karout na pedi ;
E zent koz en ilizou a drofê kein d’eañ,
Hag e anaon a ouelfê ’n o gwele diveañ.

Petra lârfê d’e galon bombard na biniou,
Koroll na c’hoariadeg, kleier na pardoniou ?
Beteg e wiskamanchou n’o defê penn na troad :
Breizad en Breiz a chomfê evel eun divrôad.

Mar hon deus ’ta, kenvroiz, c’hoant mirout war hon zro
Kement zo bet a viskoaz nerz ha kaerder hon bro,
Diwallomp hon brezoneg, stourmomp vid hen difenn,
Vel ma stourmê hon zadou ’n eur c’hopal : « Torr e benn ! »

Meur a wech zo goulennet digant mistri Bro-C’hall
Rei d’emp kement a wiriou vel ma rôer lec’h all ;
Van ebet n’o deus graet c’hoaz dimeus hon fedennou ;
Met, mar geo yén o c’halon, ni zo tomm hon fennou.

Pennou tomm, divrec’h kalet, dre hon c’hannaderien
Ni rénk trouzal ha c’hoari, derc’hel horz gant ar yenn
Ken e treuzo diouskouarn ar C’hallaoued bouar ;
Ha gwaz d’ar C’hannaderien a gomzo re glouar !

Pep-hini ’nê zo galvet da zifenn gwir e vro ;
Neb na garo ket ober vo digaset en dro ;
Rak gwiriou zantel hon deus, divizet mad gwechall
Pa brizas hon Dukezig zevel war drôn Bro-C’hall.

Neuze ’n evoa ’r Brezoneg hepken urz da ziston
Dindan ar goabrenn déñval krouet vid ar Brezon :
Ar Gall a rénkê goulenn aotre ’benn kôzeal ;
Hag e fell d’eañ hirie minellañ ar re-all ?


Netra ken na c’houlennomp ’med beañ selaouet ;
Rak biskoaz fae n’hon deus graet war yez ar C’hallaoued ;
Evid he c’homz e trec’homp zoken war o gourre,
Hon skridou vê en galleg peurvuia bec’h d’o re.

Netra ken na c’houlennomp ’med e vo ’n hon skoliou
Deus brezoneg en galleg trôet ar c’henteliou :
Gant ma vont laket o daou war eun hevelep troad,
Biken ar yez brezonek na varvo ’n hon brôad.

Nan ! biken ne zizec’ho mammenn veo ar zoniou,
Biken ganemp ne davo bombard na biniou ;
Ha dindan hon heol klouar vo dalc’het da youc’hal
’N eur gana kanaouennou vel en amzer gwechall.

Neuze viro Breiz-Izel he stum hag he giziou ;
Zent ar Vro chomo laouen e-deun an ilizou ;
Breizad a vano Breizad, ma c’hallo e dud koz
Hen anzao, hen anveout pa deuy ’n o Faradoz.

————

Renerien Bro-c’hall, ouzomp ne vec’h ket re direiz,
Rak hoc’h harpou nerzusa zo bet atao en Breiz ;
Oc’h espern ar seurt mibien gonid na refet ken :
Hon gwad zo d’ac’h pa gerfet, hon yez d’emp da viken !


————


ENOR D’AR BREZONEG !
————


Brezoneg, yez santel, d’id e fell d’in kana
Eus a greiz va c’halon va meuleudi granna :
Ra nijo da c’hériou sonus war va zelenn
Vel richan an eostig diwar veg an dervenn !

Keit ha m’heller toulla noz an amzeriou bell
E klever da gomzou gant kounnar o sevel,
Komzou pounner, krozus, garo vel ar Gelted,
O tiruilhal gantê dreist ar boblou spontet.

Ar Gelted oa neuze baleerien ar bed,
Tud lorc’hus ha kadarn, uhel ha kréñv meurbed,
Dispak o bleo melen war o diouskoa ledan,
Ha leun o lagad glaz a sklerder hag a dan.

Yez an Trec’h oas neuze : da vouez-te, pa voudê,
A rae da bep mouez all izelât he fouge ;
En argad, pa lintrê klezeier vel luc’hed,
Te c’hopê didrue : « Gwa d’an neb vo trec’het ! »

Yez ar Spi, te lakê da splannat en dremmwel
Dirak ar c’hadour, skuiz o stourm bete mervel,
O font noz-de dindan yénijenn pe dommder,
Broiou pinvidigez, eürusted ha kuñvder.


Te ziskoueê d’eañ en tu-hont d’ar môr glaz,
En tu-hont d’ar Vuhe, d’an Ankén ha d’ar C’hloaz,
Ar Wenva dudius, leun a zoniou telenn,
Lec’h ma rén war an dud varo Konan Velen.

Ehanet da vale, pa gavas hon zud koz
Douar o digemer en Breiz-Veur ha Bro-Skoz,
Te blegas da gana spered taer ar Varzed,
Te lakas ar gelenn war vuzell an Drouized.

Pa goueas ar walenn war choug ar Vrezoned,
Tec’het beteg Arvor o brôad forbanet,
Te zalc’has gant da vouez gwechall d’o frealzi
E-giz eur mignon koz chomet feal d’o zi.

Aboe ’z eus tremenet meur a zarvoud en Breiz,
Bet warni bep eil tro meur a vac’her direiz ;
Ha biskoaz n’eus gallet hini bet eus outê
Dre nerz na dre gildro kaout an trec’h warnout-te.

Kantvechou zo gwintet an eil dreist egile,
Aet rouanteleziou da heul o rouane
En islonk lec’h ma rénk spluñja kement zo bet ;
Ha te war o dismantr beo-birvidik bepred !

Met, o veañ treuzet kemend all amzeriou,
Ez out deût da veañ soñjer vel eun tadiou
Karget a ouiêgez hag a skiant prenet,
Don lod eus da gomzou vel puñs an Tremenet !

Pa gever eun ti koz, eur voger, eur weenn,
Testou digomz war draou golôet a vougenn,
Vid o harz da gouea, da frega, da vervel,
Poan ebet na vê stard na priz ebet uhel.


Hag e lezfemp hanout, baleer-bro dispar,
Dén koz leun a furnez, prezeger helavar
Diwar benn hon gouenn dud test gwir ha lagadek,
Da veañ minellet gant potred ar galleg ?

Nan ! daoust da jilpadenn tammou chas kounnaret,
N’eo ket deut c’hoaz an de ma vi te douaret,
Mezellour lugernus spered hon c’hendadou,
Hag a dalv hiroc’h d’emp eged an holl vadou !

Keit ha ma vo kalon o lampat en hon c’hreiz,
Da garante vo stag ennomp ouz hini Breiz ;
Hag hon c’halon, mar bê diganemp dilammet,
A vo kavet atao evidout entanet.

Yez santel, dalc’h eta da vleunia war hon bro
’N eur dol, vel mél gwenan, da c’houéz-vad tro-war-dro,
Dalc’h da zon war gerden nerzus an telennou,
Dalc’h éñvor hon zud koz e-deun hon c’halonou.

Me c’houll, pa ziskuizin em gwele diveza,
Avel guñv Breiz-Izel ’us d’am fenn da c’houeza
Vit digas d’am skouarn, hed an holl amzeriou,
O va brezoneg kêz, trouz karet da c’heriou !


————


BET E OANT BET
(En koun eus va bugale)
(War an hevelep ton gant « Ar Zoudard divrôet »)
————


An heol tomm pa deu da c’hoarzin
Hag an hañv da vleunia lirzin
E pep tachenn, e pep kalon,
Me glev eur c’hlaz o skei ennon ;

O skei pa digoue d’in soñjal
En daou vugel am oa gwejall,
A vijê bet eürus ive
O kemer o lod er vuhe.

Met, e-pad ma kan lapoused,
E-pad ma rén amourousted,
E-pad ma tro korollerien,
Int a gousk don en douar yén.

I


Bet e oa bet eur botrez vrao,
Jentil ha fur, seder atao,
A gañe ken flour hag eun ael,
Ken pikus hag eun durzunel.


Eur fleurenn a Vreiz oa hounnez,
D’ar yez ha d’ar vro mignonez ;
Hogen, eur potr eus ar C’hreiste
A c’hoantaëas he bravente.

Ouz ar galon rénker selaou :
Setu oant eureujet o daou,
Hag en Breiz e vleunias gantê
Rozenn eürus ar garante.

Met eun devez an em gavas,
Gant eur groaz du merket, siouaz !
Red d’ê mont, planedenn c’hoero,
Da heul o bara da bell bro.

Ne jalas ket ar verc’hig vad,
Soñj espern d’he zud kalonad ;
Met he c’halon da virviken
Oe tizet gant broud an ankén.

Dizec’ha reas tamm ha tamm,
Pellaet diouti tad ha mamm,
Hag he bro goant, hag an avel
Bet c’houézet en dro d’he c’havel ;

Pellaet keit all an heol klouar,
Kuñvder an dud hag an douar,
Aer vad al lanneg hag ar môr
N’o c’hever nemed en Arvor !

Adgwelout he Breiz eur pennad
He lakê c’hoaz da laouenât ;
Met ar rann-galon yê goude
War gresk atao, war gresk bemde.


Kaer o devoa c’hoarzin outi
Pried tener, mab dizoursi,
Ar c’hléñved a grignê bemde.
Hec’h yaouankiz, he bravente.

Hag, eur mintin a vezeven,
E tremenas vel eun aezenn,
E varvas duhont er vro bell,
He zoñj atao gant Breiz-Izel.

Eur bloavez hir he deus kousket
En eun douar n’ anveê ket,
Ha set ’ hi bremañ deût en dro
Da hun e bered koant he bro.

Bet eo douget biou ti he zud,
Hag he c’halon zo chomet mud,
He lagad dizell ouz an ti
’ Zigorê ken frank eviti.

O mamm-vro garet Breiz-Izel,
Ro digemer mad d’as pugel,
Hun didrouz d’al lapousig kêz,
Diskuiz d’an askelligou faez !

Ar vouez flour na vo ken klevet
O richanat leiz ar gawed ;
Er Baradoz e kan bremañ
Zon gaer he bloaveziou kentañ.

II


Bet e oa bet eur potrig koant
Ken fiñvus hag ar beo-arc’hant,
Leun e lagad a sklerijenn,
A-ruilh war e choug bleo melen.


Deus a vihan savet da vraz,
Hent ar skol-veur a gemeras,
Hag a teskas en eur greski
Kement ha ma c’heller deski.

Pa voe laket en e spered
An holl skiant anavezet,
En e zorn an holl vokedou
A ziwan evid an dudou ;

Pa ’n em gavas da veañ dén,
Gwestl da vale diboan ha plen,
Vid ar vuhe pa voe daro,
Oe kutuilhet gant ar Maro.

————

Ar « Guiraserien » n’o deus bet
Teir nozvez so diskuiz ebet,
O c’hortoz ar gériou pounner
A nij bremañ spontus en êr :

« War varc’h, potred ! setu brezel ;
« Bec’h d’ar Boch ha dir en avel ! »
Hag int kuit en eur c’hrén-douar :
Ped a zistroio ? — Dén na oar.

War harzou Frans int ’n em verniet,
Gwazed terrupl, kezeg sternet,
Er parkou hag er c’hoajeier,
Na ti na kraou d’o digemer.

Kousket a reont tal-ha-tal,
Tud ha loéned, vel eur chatal ;
Aliez e rénkont debri
Dre naon awalc’h lugumach kri.


Hag a-wejou ne zebront ket ;
Hag evit terri o zec’hed
N’ o devê nemed dour c’hoero
Tremenet war gorfou maro.

Klevout a reont en dro d’ê
An Ankou, war nij noz ha de
Kreiz an tan hag ar strakadeg,
O tarbari d’al lac’hadeg.

Hogen, d’an noz pa vent paket
En o mantellou da gousket,
E sav ’us d’o gweleou pri
Hunvreou kaer d’o frealzi :

Kaout a ra da zoudardig Breiz
Eo dizoc’h ar brezel direiz,
Hag hen distro dic’hloaz d’ar gêr,
E dud en e dro ken zeder !

Hag a c’hoarz a-greiz e galon
Ouz e gerent, ouz pep mignon,
Hag ouz ar Frans, e vro garet,
Ar Boch dindani diskaret.

Allaz ! an dihun a gas kuit
An hunvre kaer hag ar gonid ;
N’eus forz, konfortusoc’h e vo
Adkemeret an hent garo.

Mervel ra tud evel kelien,
Dreist holl ’touez an offiserien ;
Piou an evo c’hoaz ar galon
Da ginnig e vrec’h d’ar « galon » ?


Be dizoan, Frans, bro vinniget :
N’eus forz ped a vo pistiget,
Ped offiser gant ar Maro,
Re-all en o lec’h a zavo.

Ar « marchi » yaouank a lârê
D’e vignoned deus ar beure :
« Kenavo, potred, ha gras d’ac’h
« Da chom penn-da-benn beo ha yac’h !

« P’emon galvet d’is-lutanant,
« Me heulio hep aoun pa damant
« Hent an dever gant kadarnded ;
« Kenavo ’ ta, kamaraded ! »

Ha kuit gant eur mousc’hoarz laouen
Da ziambroug e blanedenn,
Hep soñjal, ziouaz ! n’en devoa
Nemed c’houec’h sizun da veva.

————

E « Beausejour » e zo gwall grog,
Hon fotred o font war ’n arôk,
O sevel a dammou war grec’h
’Klask dont a benn eus ar c’hréñvlec’h.

Eus lein an oabl e koue warnê
Ar spontusa barrad arne ;
Tan ha strak, mindrailh hag houarn,
Ha trouz da derri diouskouarn.

Galvet eo ar gompagnunez
Da zevel ive d’ar banvez,
Da gemer perz en abadenn
Vit rei skoazel d’an argadenn.


Hag, o veañ nebeud a vall
Gant o zoudarded da fiñval,
An daou lutanant maez ar fôz
A lamm kreiz an tan hag ar groz :

« War zao, potred, deut d’emp an eur
« Da zougen zikour d’hon breudeur ;
« Savomp prim ha kerzomp dizoan !
« Ar glaoig-mañ ’ra ket a boan. »

N’eo ket ar gomz peurlavaret,
Eur pez obus zo ’n em gavet,
Ha skôet gantañ d’ar maro
An daou offiser war eun dro.

Unan anê zo maro mik ;
Egile, beo c’hoaz eun tammig,
Gloazet ’n e gein, mouget ’n e greiz,
Hennez eo is-lutanant Breiz.

Hennez, hag a varv diwadet
Etre daouarn e zoudarded,
Pell diouz e dud, pell diouz e vro,
Lac’het gant ar Boch divalo ;

Hennez eo an hini voa bet
Eur potrig koant, laouen meurbed,
Bleo melen, en e bevar bloa,
O rodellat war e ziouskoa ;

E lagad tener ha lirzin
Diwar ar varlenn o c’hoarzin
Ouz eur vam yaouank a ganê
D’he mab kanaouennou Kerne.


Serret bremañ da virviken,
E zaoulagad na welfont ken
Na mamm na tad, na c’hoarezed,
Nag e Vreiz gant môr gourizet.

Met e donder kuñv he douar
Eo deût da gousket tal e c’hoar ;
Hag o daou er memez gwele
E tiskuizont eus o bale.

A-wejou seblant an avel,
Pa deu war o be da zevel,
Damanti da vleuniou ken kaer
Bet kutuilhet ’rôg an amzer.


————


NEMED UNAN
————


Penn-da-benn gant harzou Bro-C’hall
Soudarded ar Gwir zo ’n o za,
Unanet en o nerz galloudus hag éñgal,
Tri bloa hanter zo, hep skuiza ;
Dastumet a bep gouenn, a bep stad, a bep bro,
Daoust d’ar gloaz ha daoust d’ar Maro,
Vit kas d’e doull al Loén garo.

Penn-da-benn gant harzou Bro-C’hall
Merzerien ar Gwir zo koueet,
Unanet en o gwad skuilhet vid ar re-all,
En o yaouankiz loreet ;
Marvet, paour ha pinvik, gwenn ha ru, nobl ha kouer,
Mesk-ha-mesk, kalonek ha taer,
Vit silvidigez o bro gaer.

Penn-da-benn gant harzou Bro-C’hall
Tud an a-dréñv, stard en o flomm,
Unanet en o c’haoñ, en o lorc’h, en o mall
Da welout gwintadeg Gwilhom,
A gas o malloz ru d’an torfetour gaouiad
En deus laket gant e vennad
An Europ en tan hag en gwad.


Hag holl, ’n eur vouez hepken, tud veo ha tud varo,
Koulz mammou daoulinet vel stourmerien faro,
A lâront ’n eur stardañ o daouarn hag o dent ;
« Prestik, Boch milliget, ’réñki mont gant da hent ! »

Genver 1918.


————


AR BRASA
————


Braz eo ar penn-sturier a rén fur bag ar Vro,
Daoust d’ar glabouserien a skrign dent war e dro,
Difiñv, stignet holl nerz e spered hag e vrec’h
Da heul war eün an hent hepken a gas d’an Trec’h.

Braz eo ar jeneral ken karet, ken brudet,
A zalc’h dindan doujans e zorn hon zoudarded,
Daoust d’ar skuizder, daoust d’ar c’houezerien fallente,
War zao beteg an de ma teuy an tamm gantê.

Braz eo an offiser, alaouret e zilhad,
Digor frank dirazañ dorojou an eurvad,
Hag a varv, ken kadarn ha marc’heien gwechall,
Vid enor e vaniel, vit karante Bro-C’hall.

Braz eo an dén desket a varv evit ma vo
En eur bed dishual lavaret kenavo
D’ar boazamanchou koz, evit ma vo miret
Ne vê bihan gant braz hiviziken debret.

Braz eo an den pinvik a varv, hep keuz d’e dra,
Vit ma paro varc’hoaz heoliou deus ar c’haera
War e Vro vinniget ha war e vugale,
Plénaet dindan o zreid an héñchou da vale.


Met ar zoudard bihan, ha diouiziek ha paour,
Ha n’en doa da zifenn na dén, na tra nag aour,
Graet e zever gantañ hep gouzout vit petra,
Ha krog bremañ didrouz en e gousk diveza,
Goude beañ rôet vid ar Frans e vuhe,
Hennez eo ar brasa dirak lagad Doue.

12 C’houevrer 1918.


————


GOUDE KOAN
————


O veañ tremenet dindan nij ar Maro
Dek devez penn-da-benn en « trancheou » kenta,
Dek devez bet kavet ken padus ha dek vloa,
Ha deût a-dréñv bremañ d’ober eun tammig tro ;

O soñjal emañ Breiz pell, ken pell er vougenn
Gant ar garante domm a zav eus he douar,
Gant he levenez kuñv hag he heoliou klouar,
Hag int eur zamm warnê ken pounner da zougen !

Emant daou zoudardig, daou Vreizad, goude koan,
Sioul ha dilavar, aet o spered da vale,
O sellet hunvreüs an eil ouz egile,
Ha gant o daoulagad e tisplegont o foan.

Boazet int bet o daou da gana bep eil tro
D’an amzer ma vevent seder ; hag a greiz holl
Unan anê lavar gant eur youc’hadenn foll ;
« Ha ma kanfemp, Perig, eur zon e-giz hon bro ? »

Setu gant an daou botr dispak eur barzoneg
Sord a ziwan du-hont e skeud ar Mene-Du,
Ha berniou zoudarded o tostât a bep tu
’N eur oapât leiz genou kanerien brezoneg.


An diou vouez koulskoude nerzus ha flour a zao,
Ha kanaouennig Breiz a zao dispar gantê,
Mesket enni ken c’houek kuñvder ha c’hoervente
Ma teu lod goaperien da lavaret eo brao.

Ar c’han a zalc’h da vont war gaerât, war gréñvat ;
Ha pep-hini, dindan ar gériou dizanve,
A glev bep sort komzou burzudus ha neve
O tigas eus a bell eun aezenn a c’houéz-vad.

Pep kalon a selaou ’n he diabarz moueziou
Dihun gant an diou-mañ, moueziou pell zo klevet,
Evel pa zistrofê deiou pell zo bevet ;
Pep spered a zibun didrouz e venoziou.

Kana, kana bepred a ra mibien Arvor,
Ken m’eo leun an dachenn, tro-dro d’ar zoudarded,
A weladennou koant eus a bep bro galvet
Gant taboulin ar zon ha korn-boud an éñvor.

Ha, pa dav an diou vouez, pa varv ar c’han goustad,
Pa zav eur strakadeg daouarn gant ar re-all,
Meur a zoudard a chom dilavar d’hunvreal
En eur zec’ha daelou deût en e zaoulagad.

30 a Vae 1915.


————


EN ENOR DA DAOLEZIZ
marvet evid ar Vro.
————


Savet he deus parrez Taole
Eur mén éñvor d’ he bugale,
Da zerc’hel koun da virviken
Ez int koueet vel merzerien,
Vel gwir vibien da Vreiz-Izel
Chomet feal bete mervel.

Ar mén a strink, vel eur bennoz,
Diwar ludu zakr o zud koz,
D’o meuli, d’o zrugarekât ;
Hag a ginnig en oabl Breizad
D’o eneou glan divarvel
Gopr burzudus ar groaz vrezel.

Oh ! gant ped ha ped poan kuzet
Eo bet ar groaz-mañ gonezet !
Gouzañv ’deus graet hon fotred kêz
Naon, riou, skuizder ha dienez,
Ankeniet diwar benn o zud,
Lojet e-giz al loened mud !

O gwad dre holl en deus redet ;
O c’horfou paour zo beredet

Dumañ, duhont, pell diouz o bro ;
Met, kréñvoc’h eged ar Maro
Karantez ar re veo a chom
Evito birvidik ha tomm.

Biken n’hellimp ankounac’hât
O deus serret o daoulagad,
Rôet digeuz o yaouankiz
Evit préna d’eomp-ni frankiz,
D’ar re war hon lerc’h eürusted,
D’ar bed holl péoc’h ha sioulded.

Ha, pa vefomp-ni diskaret,
Ar mén zalc’ho da lavaret :
« Soñjit en dud vad zo maro
« Evit silvidigez o bro ;
« Soñjit e stourmerien Taole
« Bet penn-da-benn feal d’o le ! »

Eun dra bennag ez eus er bed
Trec’h d’ar galloud ha d’ar spered
Gwelloc’h eged aour nag arc’hant,
Brasoc’h eged réñk na skiant :
Kalon an hini ’oar mervel
Evit difenn gwiriou zantel.

Ar galon-ze ho peus c’houi bet,
Taoleziz : tra m’ ho peus bevet,
Soudarded dispont ha pennek,
C’houi ziskennas en brezoneg
Lorc’h ar Prusian milliget ;
« Aman, Boch, ne dremeni ket. »


Hag ar Boch n’eo ket tremenet,
O veañ ma oa astennet
A-dreuz d’an hent Brezoned vad,
Ruziet an douar gant o gwad ;
Ha birviken ne dremeno :
Brezoned all hen difenno.

Kouskit, harozed Breiz-Izel,
Sioul en ho kweleou brezel :
Ho puhe, vit m’eo bet re verr,
A zoug eur gentel hag eur skouer
A verko don a oad da oad,
Skrivet e lizerennou gwad.

23 a Vae 1920.


————


KAN AR C’HEGI
————


Karout a ran klevet en noz kan ar c’hegi.
Aketus, diankoua, hep aon na diegi,
Sounn a greiz holl, diwar an eil klud d’egile,
Pep-hini losk e damm galvadenn da vale.
Barn a gan dic’halloud, darn all skeltr pe raouiet,
Lod a zistag soniou burzudus da glevet ;
Met holl, braz ha bihan, talvoudek ha dister,
War ged atao, daoust d’ar c’housked pe d’ar skuizder,
Daoust d’an erc’h pe d’ar skorn, d’ar glao pe d’an avel,
Holl en koulz a lakont o moueziou da zevel,
Hag holl en eur gana reont o c’hefridi :
Dougen uhel enor ha brud-vad ar yérdi.
A bep oad, a bep gouenn, a bep liv, e veskont
O zoniou da c’hopal, da c’hervel, da respont ;
Hag an holl zoniou-ze, dastumet ’us d’ar Vro
’N eur ganaouenn hepken galloudus ha faro,
Bete meur a skouarn, bete meur a galon
A gas e-kreiz an noz an éñvor hag ar zon.

Velse, pa vê goabrenn deval war Vreiz-Izel,
Morgousket pep kalon, dilavar pep muzel,
Deus duman, deus duhont e sav moueziou sklentin,
Moueziou gwazed dihun pell a-rôg ar mintin.
Ar re-ze gant netra n’oufent beañ harzet
Da zenti penn-da-benn ouz o dever barzed.

Daoust ma rén tro-war-dro da Vreiz noz an Ankoua,
Daoust ma wask, evel eur vantel blom war o skoa
Goapadeg, yénijenn, digalonder an dud,
Evel ma sav eur c’han kilhog diwar bep klud,
Kan ar varzed a strink eus a bep korn ar vro.

Selaouit ! mesk-ha-mesk, kréñv, gwan, kuñv pe garo,
Dizéñgal, dishéñvel e tispak o moueziou ;
Stok ha distok atao dre bark ar menoziou,
E-giz ar Gelted koz war dachenn an argad,
Etresê kemm ar réñk, ar gredenn hag ar gwad,
N’eus nemet war eur zon gement en em glevont :
Hini karante Breiz Eno, ’vat, ne reont
Nemed eur vouez, eur c’han hag eur galon hepken ;
Eno, ’n eur ganaouenn ha na davo biken,
Unanet holl en dro d’an Delenn divarvel,
N’int ken netra nemet mibien da Vreiz-Izel.


————


MIZIOU BREIZ
————


genver


Bloavez yaouank, bloavezig gwerc’h,
Daoust petra guz ar vantell erc’h
A stlej hirvoudus war da lerc’h ?
Daoust ha te zigas al liñsel
Da baka hon mamm Breiz-Izel,
Pa zigoueo ganti mervel ?
Divleuñ, digan, peurgeuzîet,
Skornet ar gwad ’n he gwazîed,
E tav, e hun vel bezîet.
Ne glever ken mouez dre ar bed
’Med an avel, kañvus meurbed
Vel klemmgan an amzeriou bet.
Stummet ken mantrus an dero
Ma c’houlenn potr Breiz gant daero
Ha mervel hallfê e vamm-bro ?
Miz Genver, miz an dizanve,
Lavar d’emp gant peseurt danve
E vo steuñet ar bloa neve ?


c’houevrer


Setu eur miz all dispaket,
Hag ar bed a zalc’h da gousket,

Ha Breiz-Izel na zihun ket.
Bepred, vel izili maro
Zuilhet gant eur goañvez garo,
E chom noaz ar barrou dero.
War Vreiz, en he bez astennet,
’Talc’h da yudal avel skornet
Héñvel ouz klemm an Tremenet.
An touriou, ar c’halvariou koz
A zav o fennou dreist ar groz
Vel kroaziou mein war lez eur foz.
Hag ar c’hleier zantel, allaz !
A zon damantus vel eur c’hlaz ;
O Breiz, daoust ha te vevo c’hoaz ?
Miz c’houevrer, kê buhan en dro !
N’eo ket gwir awalc’h da hano
Pa ne raer ouzid « miz c’hoero ».


meurz


Sav eus da wele don, mamm Breiz :
Gleves ket o son en es kreiz
Hag en dro d’id moueziou a-leiz ?
Ne gleves ket, tro an arvor,
Da vibien lonket gant ar môr
O c’hervel da c’houlenn digor ?
Ne weles ket, lein an Arre,
Marc’heien Arzur adarre,
Brezel gantê kreiz an arne ?
Bep sord moueziou spont a glever,
Moueziou Korred, moueziou reier,
O sevel eus al lanneier.
Noz-de vê klevet hon tadou
Dindan mein braz ar beredou

Truezus o huanadou.
Sav eta, Breiz, sav alese,
Hunet awalc’h ’teus evelse ;
Selaou ouz garm da vugale.


ebrel


Breiz na varv ket, n’hall ket mervel :
Klevet he deus oc’h he gervel,
Ha setu hi krog da zevel.
He dilhad zul he deus gwisket
Ha, war doull he dor ’n em laket,
A c’hoarz ouz ar bed dispaket.
Gant an eostig ’trid an draonienn,
Ar mene gant ar maeserien,
Gant kleier Pask ar gristenien.
Ha Duzed, evel gwechall-goz,
Pa bar al Loar azioc’h ar roz,
A rén koroll da hanter-noz.
Dre holl buhe, kan ha sklerder,
War an dervenn deliou tener,
Er brug Breizad bleuñigou kaer.
O Breiz, pa zaves war da giz,
Pa zistrôes d’ar yaouankiz,
Koantoc’h evidout na welis.


mae


Sell ’ta, Breiz, ouz da vezelour ;
Pôtrezig koant a oas neizour,
Ha setu te plac’h yaouank flour ;
Tavanjeret gant aour melen,
Bleuñ avalou leiz da varlenn,

War da vuzel c’houéz-vad spern-gwenn ;
En dro d’id, vel eur c’houriz glaz,
Ar môr islonkus, ar môr braz
Dantelezet a c’herreg noaz.
Breman ’kerzi d’ar pardoniou,
Leun da galonig a zoniou ;
Ha pa glevi ar binîou,
Ar vouez a blij da bep Breizad,
Seder da dremm, beo da lagad,
Te gorollo gant da zaou droad.
Breiz yaouank, dindan heol Doue.
P’eo glan an oabl ha kaer an de,
Kemer da berz er garante.


mezeven


Seulvui ma teu Breiz war an oad,
Seulvui tommoc’h e verv he gwad,
Ha n’ ehan kammed da vravât.
Pegen koant eo deus ar beure
O tispak a-greiz he hunvre,
Eur vougenn c’hlaz war he gourre !
Pegen nerzus, pegen laouen
E sav en êr he c’hanaouenn,
Pa darz ar C’hreiste war he fenn !
Ha pegen splann vê da zerr-noz,
Pa bign war zu ar baradoz
Teodou ru he zantajou koz !
Oh ! pa zañser, braz ha bihan,
Breiz-Izel, tro-war-dro d’an tan,
’N eur bedi an aotro Sant Yann ;
Pa ganer Son ar Gouel Even,
Daoust ha te zonj en Drouizien
Kousket dindan da zouar yén ?


gouere


Miz ar gwad ru, miz an heol tomm,
O skei war ar pennou a-blomm,
A ra gant an oabl eur forn blom.
Koulskoude Breiz a c’ha diglemm,
Noaz he divrec’h, rouzet he dremm,
D’ar foenn daro gant filc’hier lemm.
Ha, pa vo dastumet ganti,
Savet ar wrac’hell ’tal an ti,
Breiz an em dolo da bedi.
Gwisket he dilhad ar granna,
Breiz a ziredo ’n eur gana
Beteg he mamm Santez Anna ;
Beteg an iliz-veur neve
Lec’h ma tigoro hec’h ene
Askellou gwenn war zu an nê.
Kenavo ’darre, mamm dener,
Skeudenn aour a luc’h kreiz an êr !
Breiz a zistro kréñvaet d’ar gêr.


eost


Ne vê klevet sord ebet all
’Tre zav-heol hag an noz du-dall
’Med dornerezed o yudal.
Pelec’h emoc’h, lazou-dorna,
’Lakê gwechall hep ehana
Leur da zon, douar da grena ?
Er be, ziouaz ! ’moc’h diskennet,
Lec’h ma vo prestik astennet
Holl giziou koz ar Vrezoned !

Ha koulskoude pa selaouan
Pegen flour hiboud ar gwénan
Dre ’r parkadou ed-du gwenn-kann ;
Pegen laouen e sav en êr
Soniou luskellus ar mesaer
Ha gwerz galloudus ar c’hleier ;
E teu d’in eur gredenn dispont
Penôz, hed an amzer da zont,
Moueziou Breiz biken na davfont.


gwengolo


Ar c’holo gwenn, ar c’holo kraz,
Zo ’korn al leur en berniou braz,
Hag an ed-du da zorna c’hoaz.
Eus ar berjeou tro-war-dro
E sav frealzus dreist ar vro
C’houéz-vad an avalou daro.
Er pardoniou, erru pare,
Lod an em glev war an doare
Da zevel tiegez neve.
Distrei reont gant an héñchou,
Dre zioulder an abardêziou,
Kollet en o zonjezonou ;
Vel pa welfent, pebez ankén !
O nijal kuit da virviken
Deiou kaer ha na deufont ken.
Ha Breiz a c’hoarz deus he dousa,
Vel eur vamm-goz o tiskuiza
Dindan an heoliou diveza.


here


Tostât a ra d’emp ar c’hañvo :
Ar c’houmoul a gresk en néñvo,

Ar velkoni er c’halono.
Dre holl e weler o charra
Tud paour, gant o zamm peadra,
O redek war lerc’h o bara.
Traou zakr bet digant ar re goz,
Irc’hier, presou, gweleou-kloz,
’Rénk kuitât ti, kêr ha parroz.
« Kenavo, kleier binniget,
« Korn douar en deus hon maget,
« Ti a gontadennou karget ! »
Eürus, kouerijen forbanet,
Pa ’z int da vihana manet
En Breiz, er vro ma voent ganet.
Avel a yud ha gwez a strak,
Deliou deus ar bod a zistag :
Gouélet vo c’hoaz eun dro bennag.


du


Ha setu miz ar re varo :
O eneou kêz a zistro
Da heul klemm an avel garo.
A glei, a zeou, d’an traon, d’an nec’h,
Nijal a reont en pep lec’h,
Stankoc’h eged an deliou zec’h.
War an nor pa skofont tri dôl,
Digor d’ê, lez koan war an dôl
Ha da bedi Doue ’n em dol.
Rak ar re-ze o deus renet
Gwechall buhe, nerz ha kened,
Komzet yez kaer ar Vrezoned.
Lâret a reont d’id : « Dalc’h mad
« Giziou da vamm, giziou da dad,

« Chom eveltê bepred Breizad !
« Mir ar fe gristen, ar yez koz,
« Ha ni roio d’id hon bennoz
« Pa ’n em gavimp er Baradoz. »


kerzu


Evel an had, arôk sevel,
A réñk gortoz, breina, tevel,
Breiz adarre zeblant mervel.
An noz a wask war he gourre,
Hag e kousk bete ’r goulou-de,
Dihun he c’halon koulskoude.
Bremañ ’n hini klever bep noz
En dro d’an tan, tennañ ar gôz
Eus marvailhou an amzer goz.
Ar pez a zo bet a vo c’hoaz :
Pep Breizad an em dalc’ho gwaz
Vid ar stourmou ’vag d’emp varc’hoaz.
Mac’het omp bet, ne vefomp ken :
Hon banniel zav uhel e benn
Mibien kadarn oc’h hen difenn.
War douar Breiz tra ma savo
Tud kalet ha reier garo,
Hun a c’hall, biken na varvo.


————


DISTRO (Sonadenn)
————


Bet on o vale bro pad eur miz hep ehan.
Gwelet am eus ar môr divent en e gaerder,
Ha dreist an noz du-dall o sevel er pellder
Al lagad burzudus stag ouz an touriou-tan.

Klevet am eus tud vraz ha bugale vihan
O vont en eur gana dindan an heol zeder,
O trouzal noz ha de fentus ha dibreder,
O konta speredek er giz « Parizîan ».

Bremañ, tavet an drouz, hag ar c’hoarz hag ar c’han,
Yénet an heol, pellaet diouzin ar môr ledan,
Ha me distrôet sioul ha didrabas d’ar gêr,

E tañvean, eürus dirak va zôlig voan,
Krog da dol, vel ma teu, va menoz war baper,
Ar blijadur c’houero da ’n em gaout va-unan.


————


DISKAR-AMZER (Sonadenn)
————


Breiz a garan gwelet, mamm-goz atao ’n he za,
Pa bar warni sklerder an heoliou diveza,
Pa deu mouez vraz an traou da zioulât dre ar bed,
Ha pa varv en oabl yén c’houéz-vad ar bleuniou bet.

Neuze, koant ha seder eviti da goza,
Hi lez he mantell vriz d’an douar da ruza,
Ha bep kammed ma ra mil delien alaouret
A beg ouz ar vantell vel bagadou stered.

Kement ha ken bihan ma teu, dre forz bale,
He gwiskamant da drei en eur zae aour melen,
Ken e chom sebezet ha mud he bugale :

Deus a welet o mamm ken kaer hag an aele,
E stouont dirazi vel d’ober o fedenn
Hag a greiz o c’halon e strink mouez an delenn.


————


D’AR BARZ QUELLIEN
————


Malloz d’id, kêr Bariz, lonkerez Brezoned !
Te jach anê ganid, hag o rent bruzunet.
Eur mab speredet kaer he devoa Breiz-Izel,
Hag an evoa c’hoantaet, siouaz ! he dilezel.
Perak ? — Doue dle gout : me gred e vê pep dén
Boutet gant eun ael du war zu e blanedenn.
Darn a lavar ive ne vê ’med en Pariz
Al labouriou spered paëet hervez o friz,
Hag ez eo hon mamm Breiz kalz re dano hec’h yalc’h
Vit gallout er sort traou lakat arc’hant awalc’h.
Gwir eo, Breiz paour na baë nemet gant he c’halon :
Ma ne teus ken micher nemet kana pe zon,
Forz pegen brao da vouez, pegen kaer da spered,
En Breiz out zur a vél [2], zur a vara n’out ket.
Heman ’ta, pa glaskas beva gant e bluenn,
Réñkas mont da Bariz, bro ar skrivagnerien,
Hag elec’h chom didrouz da ruza ’nei er gêr,
Kuitât vit kêr an aour e vro dous Landreger.
Met, kaer en doe mont pell, Breiz a begas outañ,
Chomet en e galon dremmet deus ar c’hoantañ ;
E zoñj na noz na de na drôas diwarni,
Kresket e garante dre nerz e velkoni.

E delenn a zonas neuze kaera ma c’hall
Komz eur galon Breizad forbanet en Bro-C’hall ;
Biskoaz dén divrôet n’oe muioc’h vid hennez
Eus douar e gavel éñvor ha dienez.
Kement e kendalc’has gantan menoziou Breiz,
Kement e hirvoudas he mil mouez en e greiz,
Ma sonjas, en dilez garo lec’h ma vevê,
D’Arvoriz divrôet sevel eur vro neve ;
Hag eun nozvez e voe tud batet en Pariz
Pa weljont eur goan vraz savet etre Breiziz
O komz hag o kana yez karet o zadou,
Brezoneg Sant Erwan hag hini Sant Kadou.
Chomet eo bet aboe ar c’hiz kaer en he za :
Eno gant kôz o mamm e teu da ziskuiza
Bugale Vreiz, ankouaet gantê eur pennadig
An holl boan gouzañvet o klask dont pinvidik.
Eno, eur wech ar bloa, Kellien a gavê
Didu vid e spered, frankiz vid e hunvre,
Hag e soñjê gantañ, e-pad eun nozvez c’hoaz,
E stardê e vamm Breiz etre e ziouvrec’h noaz.
Allaz ! ne welo ken nemed eus lein an nê
Ar vro guñv a garê, an traou kaer a ganê ;
Ne welo ken Ar Roc’h na maeziou Landreger,
Ar barz-meur Kellien na deuio ken d’ar gêr :
Kreiz ma c’hê gant ar straed, pleget moarvad e benn
Ha nijet e spered ’trezek e ôchou gwenn,
E tigoueas eur c’harr, eur c’harr-houarn diloén
Hag a rôas d’eañ ’n eun tôl e groaz-nouenn.
Lâret mad an evoa Marzin an diouganer
’Teujê eun aerouant kri, teval ha pounner,
Da frika hon gouenn-dud, da c’hlac’hari hon hro,
Da lakat hon mamm Breiz, ziouaz ! da skuilh daero.
Malloz d’id, kêr Bariz, lonkerez Brezoned !
Te jach anê ganid, hag o rent bruzunet.


————


————


En Breiz, meur a gornig distro
A guz dindan e we dero
Eur feunteun vurzudus, eun hano zant warni :
An dour zakr a-wejou gendalc’h da lugerni
O tigas sonj d’ar Vrezoned
Eus kredennou nerzus an amzer dremenet ;
Met a-wejou mammenn ar fe
Golôet a zouar a gousk vel en eur be.

Amañ, e sioulder ar vered,
Dindan eun dervenn douaret,
E kousk ive kalon Brizeuk, barz bleo melen,
Eur galon hag e voe stag outi eun delenn,
Eur galon c’hlan hag a garas
Pep tra mad hag uhel, pep tra gwirion ha braz,
Eur galon hag e voe ’n he c’hreiz
Ken kaer mammenn zoniou vel ma zo bet en Breiz.

Aman ar barz, faez en e za,
’N em astennas da ziskuiza,
Bet gantañ baleet broiou lorc’hus ha kaer,
Tañvaet pinvidigez ha plijaduriou kêr,
Ha bet atao gwelloc’h gantañ
Dreist ar brasañ kêriou, dreist ar vroiou goantañ,
E dammig Breiz keid all kollet
’Tre koabrennou teval ha moriou dirollet.


Forz pegen pell en em gavê
Aezennou distan a glevê
O c’houeza ’n e skouarn telennadur Arvor ;
Derc’hel rae war e dro moueziou kuñv an éñvor
O tisplega d’eañ dousder
E vloaveziou kentañ c’hoarzus ha dibreder,
Hag o tisklêria d’e spered
Tôlennou dudius ar vro muiañ karet.

E donderiou kuz e ene
Dremm al lanneier, ar mene,
Ar c’hoajou braz, an dud kalet, ar mor garo,
Kement nerz dizanvez a jach war an distro
Kalon pep Breizad forbanet,
Vel lizerennou tan da viken garanet
A chomê beo ha divarvel
Evit digas potr Breiz war e giz d’e gavel.

Dreist holl, e-deun an deiou bet,
Eun dremmig flour ha brao meurbed,
Vel hini eun aelig war nij kreiz eun hunvre,
A vousc’hoarzê ken dous ha dispak ar beure
Vid e c’hervel ’trezek ar vro
Lec’h ma red douriou sklaer dindan peziou dero,
Lec’h ma sav dreist al lann zeder
Mouez skeltr ar maeserien ha kan an alc’houeder.

Hag eun drôad war an avel
Oe klevet eur zon o sevel
Hag a lakas parkou Breiz-Izel da dridal,
Telenn ar varzed koz da ziston er bed all,

Hag a dolas war lez-hano
Eur vleuñvennig étu ganet en Arzano
Eur sked na vo biken trec’het
Gant ar pinvidikañ nag ar c’hoantañ merc’hed.

Diwar neuze, peurentanet,
Brizeuk na voe ken ehanet
Da gana meuleudi da dud ha da draou Breiz :
Koulz en galleg dispar, koulz en brezoneg reiz,
E teskas d’ar bed e vevê
Eur ouenn tud dizeblant ouz ar giziou neve,
Feal d’o yez, d’o c’hredennou,
Dîankoua o spered ha kalet o fennou.

Kana reas ar jabadao,
Ar botred kréñv, ar merc’hed vrao,
O trei, kammet o gar, ouz merk ar biniou,
Peuc’h ar maeziou laouen, kaerder ar pardoniou,
Ar gourenner hag an dervenn,
Aour splann ar valaneg ha kozni ar peulven,
Ha c’houez-vad ar bokedou goue
Krap ouz ar c’hleuniou glaz en disheol eus ar gwe.

Dilamm a reas an dispriz
Tolet war choug an Arvoriz
Ha war o yez santel gant tud dîanaoudek :
D’an holl e tiskouezas na mad na talvoudek
Eo vid eur bobl chom stag a bell
Ouz ar gériou kentañ luskellas he c’havel,
Ha bete deun an Tremenet
Astenn eur gwriou yac’h vel re ar Vrezoned.


N’oa ken aon nemed e tec’hfê
Digant Breiz hec’h yez hag he fe,
He gwiskamañchou koant hag he stumou gwechall ;
Nemed e peurdrec’hfe warni spered Bro-C’hall,
Hag e teufê he mibien baour,
Chachet war du sav-heol gant sorc’henn glañv an aour.
Da ’n em goll, korf, ene, madou,
Unanigou beuzet ’kreiz môr ar brôadou !

Gwel’t en doa, siouaz ! o tonet
A-dreuz d’ar maeziou spouronnet,
E c’henou leun a dan, eul loen houarn garo,
Hag a c’hê ’n eur vlejal war eün vel ar Maro :
Krena ’n evoa graet an de-se
Gant aoun e pladfê Breiz tro-pe-dro, marteze,
Dindan neventiou estren,
Nijet e hunvre gaer digantañ en poultrenn.

Eur sort zoñj, nec’hus ha pounner,
A gontammas, vel flemm eun naer,
Gwad tener e galon gant ar studi brêvet :
War e damm korf dister e trec’has ar c’hléñved,
Hag eun devez diou wech c’houero,
Gant an Ankou trubard skôet pell diouz e vro,
War e dro eur mignon hepken,
Ar barz, vid er bed-mañ, davas da virviken.

Met, galvet gant ar Vrezoned,
E gorf kêz a c’hallas donet
War e giz, ha setu penôz e tistrôas
D’ober e gousk amañ [3], dindan gwarez ar Groaz

’N oa bet en e veo difennet,
Eun dervenn ’us d’e benn vel en doa goulennet,
Ha tro-dro d’eañ douar Breiz,
Ar vrôig bet ken stard he c’harante ’n e greiz.

Ha dreist an oabl e ene glan
Oa pignet tre d’ar vroiou splann
Lec’h m’emañ digemer an dud vad gant Doue ;
Hag evid e baëa deus holl boan e vuhe
An Aotro da varz an Arvor
’Rôas eur garg uhel, eur gefridi enor :
Derc’hel d’e vro harp ha skoazel
’N eur chom da virviken Ael-Mad war Vreiz-Izel.

Gouere 1903.


————


(Lâret dirag e zichenn en Plouared an 2 a wengolo 1906)
————


Gwesklen, an Tour-Alvern, Arzur tri ha Gradlon,
Bet gantê vid o bro stourmet a greiz kalon,
E lintr o skeudennou dirak an heol melen ;
Ha te, Fanch an Uhel, soudard braz an delenn,
Setu te adsavet eveltê divarvel,
Azganet etal da gavel.

Distrôet out en beo war dachenn Plouared,
E-kreiz an dud, an traou, an tôlennou karet,
Da vro dous Landreger o tibun en dro d’id,
Evel neud a gant liou war eur pikol gwerzid,
He maeziou glaz, he gwe kânus, he goabrenn vriz,
Gwenojennou da yaouankiz.

Dreg da gein an iliz lec’h m’out bet badeet,
Dirazout ar gamprig lec’h ma teus studiet,
Dindan-out douar zakr bet en bered gwechall ;
Duhont, keit ha ma c’hall an daoulagad furchal,
Maner koz Kerarborn [4], kuzet kreiz ar glazur
Vel er môr enezenn Arzur.


Bremañ ’ teuio bemde da galon da dridal
Hag eur c’hoarzin eürus da dremen war da dal
Pa glevi diwar da zichenn tud kalonek
O komz hag o kana distag en brezoneg,
Ha da varzaz ô rén, desket d’ar vugale
Eus an eil rumm-dud d’egile.

Keit ha ma vo miret enorus en hon bro
Yez, giziou, kredennou, menoz hon zud varo,
Keit ha ma vo dre Vreiz kendalc’het da gerzat
War da roudou, gant da ziviz : « Bepred Breizad ! »
Te vo zeder aze war da vén prezeger,
Te gomzo kréñv hep lâret ger.

Kréñvoc’h vit mouez ebet ganet ’tre diou-vuzell,
Da skeud hepken ha da skoueriou, Fanch an Uhel,
Da bevar c’horn hon Breiz a gaso eur gelenn
Hag a zeblanto d’emp he c’hlevet evelhen :
« Dalc’hit atao, Breiziz, dalc’hit kement a ro
« Nerz d’ho spered, kaerder d’ho pro.

« Baléit sounn war zu an heol hag ar sklerder ;
« Grit evel ho tud koz, stourmerien dibreder
« Hag a dreuzê ar bed o klask tizout an Nê ;
« Kerzit gant hoc’h amzer da heul ar wirione
« Ha bezit holl, Breiziz, Republikaned vad
« Prest vid ar Frans da skuilh ho kwâd.

« Met arabad gwintañ ar weenn vilvloaiek
« A zoug ouz he bodou ar frouez aour keltiek :
« Vel mibien Iverzon, Bro-Gymru ha Bro-Skoz,
« En dro d’an tan neve mirit al ludu koz ;
« Lezit bleuñ el liors, hunvre war an ene,
« Mougennou glaz ’us d’ar mene.


« Mirit va Breiz vel ma kanas en peb amzer
« Dre ganaouenn ar bobl ha dre zon ar mesaer,
« Vel am eus bet klevet he c’halon o poulza,
« Horolaj beo re gaer da zerc’hel en e za ;
« Neuze da virviken a chomo pez eo bet :
« Ar vro goanta zo dre ar bed. »

Ya, zenti refomp holl ouz da vouez, barz karet :
Neb en deus eveltout poaniet ha labouret
Vid e vro, hep espern an arc’hant nag an aour,
Ken preder ouz ar gwir ha ken mignon d’ar paour ;
Neb a zo bet veltout Brezon penn-kil-ha-troad,
Hennez zo dén a guzul mad.


————


————

\version "2.18.2"
\relative c'{
  \key f \major
  \autoBeamOff
  \time 6/8
  \partial 8*3
  d8 f e d4. e8 d c | d4. d8 f e | d4. e8 f g | \break
  a4. a8 a a | a4. a8 bes a | a4. g8 g g | g4. a8 g f | \break
  e4. d8 d d | f4. d8 f g | a4. g8 a g | f4. e8 f e | d4. \bar "|."
}
\addlyrics {
  Se -- tu te za -- vet war zi -- chenn, Deût a -- dar -- re d’ar skle -- ri --
  jenn, Pros -- per; sell a -- mañ war da dro Ber -- niou tud a bep korn ar
  vro, O li -- da gouel braz en éñ -- vor Da wel -- la ka -- ner an Ar -- vor. __
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #140
}
\header { tagline = ##f }


Setu te zavet war zichenn,
Deût adarre d’ar sklerijenn,
Prosper ; sell amañ war da dro
Berniou tud a bep korn ar vro,
O lida gouel braz en éñvor
Da wella kaner an Arvor.

Distrôet out da Werliskin,
Lec’h ma sonas da vouez lirzin ;
Lec’h m’eo garanet peurbadus
Koun ar spered ken galloudus,
Ken zeder, ken prim, ken goapaer,
A vervê dindan tok Prosper ;


Koun an teod flour ha dilikat,
Ken lemm a-wejou da bikat
Ma lârê, bep tôl minaoued,
Meur a Dregeriad badaouet :
« Daonet ! ewid eur C’hemewad,
« Hemañ zo distagellet mad ! »

Hogen, te vroudê hep gwada,
Te roê lamm hep dibrada,
Te loskê da nijal en noaz
Gériou dibikous ha dinoaz ;
Biskoaz na da gomz na da gan
Da zén ebet n’o deus graet poan.

Da werziou, ’vat, o deus kavet
Hent meur a galon glac’haret :
Eus a glevet son da vombard,
Eus a glevet kan da zoudard,
Nag a vammou, nag a dadou
Ruilhas an dour gant o jodou !

Ped a zo bet, ped a vo c’hoaz
Didûet o lenn da varzas,
Livet ennê ken speredek
Tôlennou tapet ’ n eur redek,
Kildroiou, techou fall an dud,
Mil fentigell ha mil burzud !

Ah ! perak n’out ket amañ ken
Da verka krizder an ankén
A stardas holl galonou Breiz
War dôl strak eur brezel direiz,
Pa gerzas hon zud kalonek
En eur gana d’al lac’hadeg ?


Te ’tijê rôet a zoare
Da bep soudard e vod lore :
D’ar re ’stourmas taer ha dispont,
Ha d’ar re zo marvet duhont,
Yaouankizou flamm kinniget
D’ar Frans gant hon Breiz vinniget.

Rôet a tijê peb a damm
Da ziwallerien « mab o mamm »
D’ar re ’deus bet graet er gwasked
Brezel didrouz an « ambusket »
Hag a zo deut bravik d’ar gêr,
Kréñv o c’hôz ha dizrast o lêr.

Te ’tijê meulet a vouez kréñv
Tud koz ha merc’hed an a-dréñv,
O terc’hel pennek da hada
Evid ar Vro danve bara ;
Rak da vombard ’vijê warni
Eur zon prest evit pep-hini.

Evel ma tenn mengleunier Gwik [5]
Eus douar paour mein pinvidik
Da zevel tier kaer meurbed,
Evelse te ’teus dibabet
E-touez ar bobl, war bep muzell,
Pep gwella deus yez Breiz-Izel.

Gant ar bleuniou kavet eno
E teus fichet kanaouenno,
Soniou, gwerziou, mojennou drant,
Eur bagad dimezelled koant

A ra d’o zad ha d’an Arvor
Evel eur gurunenn enor.

Gant eur falz aour e teus medet,
’N eur vragal dre bark ar spered,
Eun orzenn wesk gwiniz daro,
Yac’h ha kras, hag an em viro
E grignol ar c’han hag ar zon,
Tra ma vo Breiziz a galon.

Sonet kaer he deus an delenn
E toa disfi rak he c’herden ;
Klevet hellez war an avel
Moueziou barzed all o sevel,
Ha kalz anê na ganfent ket
Ma n’o dijê ganid desket.

Diskuiz bremañ war da zichenn,
Prosper, e-giz ar gouerijen
P’o devê graet eul labour vrao ;
Dibreder ha c’hoarzer atao,
Tol da lagad war gerz an traou,
Digor da skouarn da selaou.

Pa glêvi, benn forz bloaveziou,
Tud o kana c’hoaz da werziou,
Te zavo da benn, o sonjal
E vi bet eun harp mad gwejall
Da genderc’hel stard en he za
Breiz yaouankaet en eur goza.

(Lâret gant an aozer dirak skeudenn
Prosper Proux an 22 Gouere 1919
)


————


————


Arlerh koén er vuhé ér bè é tiskuihein.
(Guerzen er Maru, Bleimor).


Diskennet out er be, Bleimor, arôg an oad,
Evit difenn ar Vro skuilhet ganid da wad ;
Ha da gousk a zo don, mab meur an dud a vôr,
Dindan douar Arvor,
Eur groaz ven keltîek o terc’hel d’id éñvor.

Trouz ebet en dro d’id nemed klemm ar môr braz,
Pe richan eun evnig o kluda war da groaz,
Pe mouez aveliou Breiz o vont dreist ar vered
Kañvus ha glac’haret,
O hirvoudi noz-de d’o barz muia karet.

Debret koan, deût an noz, mab dén an em astenn
Da gemer e ziskuiz ; ha seulvui m’eo bet tenn
Ha kalet e zevez, seulvui, pa vê dizoc’h,
E tiskenn pounneroc’h
War e zaoulagad faez ar zioulder hag ar peoc’h.

Te, Bleimor, zo bet kriz da zevez penn-da-benn :
Merket a vihanik vid eur gwall blanedenn
Ha deut e-touez an dud dre dor ar baourante,
Ne c’heus tanvaet gantê
Nemed tristidigez, ankén ha c’hoervente.


Med, o tarempredi hent striz an dienez
Ha gwenojennou paour ha noaz da vamm-enez,
Te glevas o kana gant he mouez dreistdénel
Gwir Aouen Breiz-Izel,
Hag e teuas ennout eur barz-meur da c’hénel.

Ma ne ginnigas d’id dorn yén an Tonkadur
Na madou nag eurvad, na c’hoarz na plijadur,
Eun delenn a teus bet a sord na voe klevet
Aboe meur a gantved
Hini bet all o son ken c’houek d’ar Vrezoned.

Ma ne vuzulas d’id ar Blanedenn c’houero
Med eur pennad devez echu kreiz an ero,
An enor a teus bet da vervel vit Bro-C’hall
Dispont ha didamal,
’N eur bréna gant da wad eürusted d’ar re-all.

Ar gwall dôl a skôas hanoùt-te d’ar maro
A lakas da devel war an hevelep tro
An delenn vurzudus oa stag ouz da galon
Hag ar mil mouez gwirion
A strinkê deus ta greiz evel eus eur puñs don.

Met, pa dav an delenn, ’talc’h da voudal en êr
Eur vouez manet enni spered an telenner ;
Dreist an holl moueziou-ze vê miret gant enor
Da hini-te, Bleimor,
A vevo da viken e kalon tud Arvor.

War da ve ’taoulino tud yaouank ha tud koz :
Gallaoued ar reter, Kelted an hanter-noz,
Breiziz a bep rann-bed, soudarded a bell-bro,
Ha kalz a gemero
Kentel war da vuhe koulz ha war da varo.


Tud pinvik a deuio, stouet o fenn gantê,
Da c’houlenn diganid, Pried ar Baourante,
An doare da denna dousder eus an daelou,
Kaerder eus ar gwallou,
Ha soniou divarvel eus tan ar brezellou.

Diou vamm o deus gouelet hag a ouelo warnout,
Brevet o c’halonou dre grizder an darvoud
A ziframmas he mab digant unan anê
Hag, e-kreiz ma kanê,
A laeras d’e Vamm Breiz barz-meur enezenn Groe.

Diskuiz eta, Bleimor, harpet war da dellid,
Heb keuz d’an delouenn bet ankouaet sevel d’id :
N’eus forz pegen didrouz vo da gousk diveza,
Te vo trec’h d’an Ankoua,
Ken braz en es kourve vel neb all en e za.


————


AVELIOU BREIZ
(War an hevelep ton gant « Son ar Jistr »)
————


Pez a lak va c’halon da ranna
Aboe ’m eus dilezet va bro,
Eo dre ne glevan mui o kana
Aveliou Breiz er gwe dero ;
Amañ son hepken
Eun avel ankén,
Vel o ouéla traou kollet da virviken,
Eun avel kriz ha garo
Evel klemm ar Maro.

Er gêrig koant elec’h ’mon ganet
Vijê klevet eur ganaouenn
A-greiz ar bleuñ neve diwanet
O sevel seder ha laouen ;
Dindan heol an hañv
O sklerijennañ,
Eun avelig flour a zigasê gantañ
Mouez galloudus ar maeziou
Ha c’houéz-vad ar bleuniou.

Pa zic’houinet ar mén-higolenn
War dro Gouel-Yann er prajeier,
Aezennou kanus vel eun delenn
A nijê noz-de dre an êr ;

Ha pa dremenê
C’houéz ar foenn neve,
Pep kalon er vro gant dudi a vervê,
Dre holl ne vijê klevet
’Med soniou eürusted.

Pa grogê ar mesaer da gana
D’an abardae war ar mene,
Ha deût an devez da distana,
An avel noz a zihunê,
Hag a yê en dro
Skanvik dre ar vro
’N eur gonta kôjou d’an deligou dero
’N eun digeri d’an ene
Dorojou an hunvre.

Pa deuê krozmol ar gorventenn
E-kreiz an noz du da zevel,
Mouez va zud varo a intenten
En avel yud oc’h va gervel,
Hag o lavaret :
« Dalc’h feal bepred
« D’ar yez ha d’ar giziou hon deus-ni karet,
« Chom atao en Breiz-Izel
« Da veva, da vervel ! »

Ouz va zud koz n’am eus ket zentet,
Graet am eus fae war o lavar,
Ha setu me, dervenn displantet,
Kollet ganin va gwir douar !
Pegoulz e klevin
O son en dro d’in
Aveliou gwechall ken fresk ha ken lirzin,
Peur e savo adarre
Heol Breiz war va gourre ?


————


DISPUT
etre eur Breizad aet en kêr hag eur Breizad manet
war ar maez.
————

\version "2.18.2"
\relative c'{
  \autoBeamOff
  \time 6/8
  \partial 8*3
  g'8 a b c4. g8 a b | c4. b8 c d | c4 g8 e4 f8 | \break
  g4. g8 c b | a4 d8 c4 b8 | c4 g8 c[ b] a | g4 g8 c[ b] a | \break
  g4 g8 c4 a8 | g4 e8 f4 a8 | g4 g8 c4 d8 | e4 f8 d4 e8 | c4. \bar "|."
}
\addlyrics {
  La -- var d’in -- me, ken -- vrô -- ad kêz, Eus an dou -- ar pe -- tra den --
  nez Ne -- med c’houe -- zenn ha di -- e -- nez? N’e -- man ket va foan vit ne --
  tra: An dou -- ar a ro d’in ba -- ra Hag eur vu -- he deus ar c’hae -- ra. __
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #140
}
\header { tagline = ##f }


Ar C’hêriad :

Lavar d’in-me, kenvrôad kêz,
Eus an douar petra dennez
Nemed c’houezenn ha dîenez ?

Ar Maeziad :

N’eman ket va foan vit netra :
An douar a ro d’in bara
Hag eur vuhe deus ar c’haera.

Ar C’hêriad :

Da labouriou vê divalo,
E-kreiz ar pri, dindan ar glo,
E riskl da baka da varo.

Ar Maeziad :

Divalooc’h c’hoaz da re-te,
Kreiz poultreun ha moged bemde,
Hep kan, nag êr na librente.

Ar C’hêriad :

Hogen, eus va diaezamant
Me vê digollet gant arc’hant :
Deus unan d’id me a douch kant.

Ar Maeziad :

Goude ma touchez goprou kaer,
Te gav buhan o flas en kêr
Hag a zistro paour-du d’ar gêr.

Ar C’hêriad :

Nag a blijadur hon deus-ni
Gant an « theatr » hag ar c’hoari !
Te vê poaz gant ar velkoni.

Ar Maeziad :

Ya da ! eur wech bep pemzek-te
E vê klevet da c’hoarzin-te ;
Me vê zeder noz ha beure.

Ar C’hêriad :

Em labouriou me wel bepred
Ijin an dén hag e Spered
O tispak gant nerz ha kened.

Ar Maeziad :

Pa boanian war va labour kouer,
Me wel lugernus en oabl sklaer
Brasder ha galloud va C’hrouer.

Ar C’hêriad :

Me gav da ziskuiza bemnoz
Eun ti dalc’het kempenn ha kloz,
Kement ha maner « Koad-an-Noz ».

Ar Maeziad :

Vit ma zi da veañ dister,
Pa ’n em gavan me vê er gêr,
Frank warnon, dizaon rag al laer.

Ar C’hêriad :

Pa zigoue va deiou dihan,
Gant va moneiz e kemeran
Pe hent-houarn pe kirri gran.

Ar Maeziad :

Me c’ha bep sul d’an oferenn
Etre diou regennad spern-gwenn ;
Ne baëan sord evit tremen.

Ar C’hêriad :

Me zebr kig mad hag a ev gwin,
Evit chom nerzus ha lirzin
Da labourat ha da c’hoarzin.

Ar Maeziad :

Daoust ne zebran ket a voed flour,
Daoust n’evan nemed jistr pe dour,
Me zo bec’h d’id en pep labour.

Ar C’hêriad :

Me ruilh da heul va flanedenn,
Distag va muzell a bedenn,
Dizamm va spered a gredenn.

Ar Maeziad :

Me vale gant hent an dever,
Ha pa varvin, ’m eus an esper
Da veañ deut mad d’am Zalver.


————


AR C’HAVEL
(War an hevelep ton gant ar « Zoudard divrôet »)
————


Eur Breizad bihan zo ganet,
Hag ar c’hleier o deus kanet
Evit digemer er vuhe
Ar bugel deût a berz Doue.

Distro d’ar gêr braz ha bihan,
E vê graet eun tennig alan,
Eun ehan kreiz al labouriou,
Eun tammig gouél kreiz ar boaniou.

Digaset eo tomm war an dôl
Ar zoubenn fresk kig-sall ha kôl,
Ar gwella zoubenn vê debret
Gant levenez pa vê pébret.

Ar jistr a red er gwerennou,
Hag heol Breiz a dol e vannou
War dremm ar bugel o c’hoarzin
En e gavel gwenn ha lirzin.

Hag an tad kerkent o sevel
E werenn ’trezek ar c’havel :
« Joa ra ganin o saludi
« An dekvet bugel deùt em zi.


« Setu d’emp^eur mevel neve
« Hag ouz e heul kant skoed leve [6],
Gant ma savo grén ha difall
Vel m’eo diwanet ar re-all.

« Forz pegement a vugale
« Pa vent divac’hagn da vale ;
« Ni oa pemzek e ti va zad,
« Holl hon deus graet fortuniou mad.

« Ni koulskoude n’ hon deus netra
« Med hon foan da c’honid bara ;
« Poan divrec’h a gavimp bepred,
« Ha Doue d’an nec’h pa vo red.

« Ra kresko hon fôtrig bihan
« D’ober ive fae war ar boan,
« D’ober eur gwir Vreizad, eun dén
« Reud e zivrec’h, stard e gredenn !

« Ra vo, gant Doue d’e zikour,
« Distagellet ha teodet flour
« Da gomz ar yez koz brezonek,
« Yez an dud eün ha kalonek ! »

Neuze, kreiz ar stokadeg gwér,
Pep-hini zistag e damm gér :
« Yec’hed d’ar vamm, yec’hed d’an tad,
« D’ar vugale avantur vad ! »

Met duhont, er broiou uhel,
Pa zigoue d’eur paour-kêz bugel

Dont war eun tiad Brezoned
Pell diouz o bro goz forbanet ;

De ar vadeziant, alies,
Vê devez a dristidigez
Lec’h ne zonjer nemed eun dra :
Eur genou muioc’h da vaga.

Er c’hêriou vê red sellet piz
Ouz ar gonidou ’dap ar miz ;
Rak er c’hêriou ar vugale
Ankoua digas leve gantê.


————


MARO AR C’HOUER
————


Eun nozvez a viz Mae steredennus ha splann,
En e di plouz, e-kreiz eur chapelig gwenn-kann,
Job « kréñv » zo astennet, dinerz da virviken,
E dud en dro d’eañ, divuzul o anken,
Frealzet koulskoude o soñjal ez eo bet
Penn-da-benn e amzer dén mad hag eün meurbed,
O soñjal eo aet kuit gant bennoz e Zoue
Hag eo bet e varo ken kaer hag e vuhe.

Duhont, e lein an ti, tro-war-dro d’an oaled,
Dirag ar c’hlaouiasenn gaera m’heller gwelet,
E vignoned a varn ’ tresê a vouez izel
Ar c’houer dispar, koueet vel eun dén a vrezel,
Koueet kreiz e labour, kreiz e nerz hag e vrud,
En eur stourm vit bara ha vid eurvad e dud :
« Biken, e lavaront, biken ne vo kavet
« Eur galon ken tener en eur c’horf ken kalet,
« Eur mestr ken mad d’ar paour, ken reiz ouz ar mevel,
« Eun teod ken flour da gomz ha ken fur da devel.
« E frailh a zistonê spontus war al leuriou ;
« Anveout a raemp holl e voudenn er c’hleuniou,
« E vomm havreg er park hag e dôl falc’h er prad.
« Dén a nerz, a furnez, a zorn hag a lagad,
« Skouer vad ar gristenien hag ar gwir Vrezoned,
« Job « kréñv » a chomo beo dre goun e vignoned.

« Alies e savo e gôz en nozvejou
« ’N eur vutunat etal an tan, hag a wejou,
« Tro an abardae-noz, vo gwelet marteze
« E skeud braz ha didrouz o rodal dre aze. »

Setu dispak an de lugernus ha lirzin,
Hag an heol eur wech c’hoaz a deu da vousc’hoarzin.
Ouz ar c’houer ’n eus keit all c’houezet ha labouret
Dindan mignoniez e vannou alaouret.
Berniou tud, diredet a bevar c’horn ar vro,
A gimiad gant eur pok diouz an hini maro
En eur ouéla dourek, ken ma teu an arched,
Ha setu dremm Job « kréñv » da virviken koachet.

Evit dougen e vestr e stager ouz ar c’harr
Ar marc’h vijê gantañ o trei tu d’an douar,
Hag a zeblant ive, téval ha koz e benn,
Gout a belec’h so deùt ken kañvus gouéladenn.
’N em gavet ar bêleg, e tibrader kerkent :
Rak ar vourc’h a zo pell, ha digompez an hent.
Ha kuit ar paour-kêz Job digant ar gêrig koant
Lec’h ma vevê pell zo dibreder ha dic’hoant ;
Digant e dud, digant e draou, digant e di,
Digant an édou kaer oa en zell d’o medi,
Digant ar prajou glaz leun a c’houéz-vad bleuniou,
Hag an evned a gan hed-ha-hed ar c’hleuniou.
Biken ne zistroio dre eno da vale :
Noz ha de vo breman kousket en eur gwele,
En eur be toullet don e goueled an douar,
Lec’h ma vo e-unan, dall ha mud, ha bouzar.
Hogen, dreist e gorf paour, pa vo aet en poultrenn,
Karantez ar re veo n’ehano ket da rén :
Bokedou an éñvor a zavo ’us d’e benn,
Kaeraet gant an daelou, ar gliz hag ar bedenn ;

Ha mouez kuñv ar c’hleier, gwech ha gwech o kana,
A luskello ar c’houer en e gousk diveza.

Met pa varv, unanig kollet er milierou,
Eur Breizad dianvez dre vrasder ar c’hêriou,
Vê kaset gant e dud ha daou, tri amezeg,
A-hed ar ruiou hir, dizeblant ha trouzek,
Pella ma vê gallet, lec’h ne deuio biken
D’e gaout na zon kleier, na pedenn nag anken.


————


HUN AR BARZ
————


Tost d’ar môr don, e-kreiz peuc’h santel ar vered,
E goueled Breiz-Izel, e vro muia karet,
Ar barz zo douaret ;

Bizied e zaou zorn skoulmet war e varlenn,
O starda nerzus c’hoaz kerden aour e delenn
Tavet da virviken.

E zaoulagad gantañ digor frank divalvenn,
E skouarn o selaou petra gan ar wagenn
D’an avel a dremen ;

O selaou ma tigoue d’an aezennig klouar
Digas beteg e ve trouzou pell an douar,
Levenez pe glac’har.

Hag e trid e galon o klevet e sav c’hoaz
Dreist holl moueziou e vro, dreist holl groz ar
Brezoneg sord biskoaz.

Eus Kerne da Leon, eus Gwened da Dregor,
Soniou telenn a nij war gein an avel vôr
Bete broiou Tremôr.


Hag, o welet erru pez an oa diouganet :
Unvaniez, emgleo ’ tre an holl Vrezoned
Bet keit all daou-rannet ;

Ar barz, skuizet e benn gant hunvreou ar be,
E galon sederaet, e spered distlabe,
A vorgousk adarre.


————


AR PAL N’E DIZER KET
(Levavi oculos meos in montes)
————


I


Ar baleer, o vont dindan heol ar mintin,
A wel eur vougenn c’hlaz, koantoc’h vid ar bleuñ lin,
O tispak vel eur pal burzudus er pellder,
Hag a vale skañvoc’h e droad, muioc’h seder.

Hep dale, ’kav d’eañ, vo tizet ar pal koant :
Douget gant e gredenn, kennerzet gant e c’hoant,
War gaerder ar mene staget e zaoulagad,
E talc’h da vont arôk, atao ’n eur vuhanât.

Met, dre ma sav an heol ’n eur greski nerz e dan,
E tigor an dremmwel, ha ledanoc’h-ledan
Ar blenenn a zigus duhont, en e goantañ,
Ar pal ha n’en deus graet ’met tec’hel digantañ.

Kaer an eus bet bale, bale, bale bepred,
E wel keit ha biskoaz, er c’huz-heol alaouret,
Kaeraet o tont warnañ an noz du da ziskenn,
Ar pal en doa c’hoantaet ha n’e dizo biken.

II


Evelse, dindan heol laouen ar yaouankiz,
Hent kalet ar vuhe gwechall a gemeris ;
Ha tremen tri-ugent bloavez am eus kerzet,
Gant pal koant an Eurvad chachet ha kennerzet.

Ken splann hag eun tantad Gouel-Yann war ar mene,
Dirak va daoulagad ar pal a lugernê,
Ma kavê d’in n’am oa nemed va dorn d’astenn
Vit digoueout ganin eurvad leiz an dachenn.

Met, kaer am eus bet mont gant an hent, mont atao,
Astennet va divrec’h etrezek ar pal brao,
Ar pal a zeblantê ken tost ha ken lirzin
N’en deus bet graet biskoaz ’med pellât dîouzin.

Ha bremañ, an Noz-Veur o tont war va gourre,
Ar pal bet dirazon atao vel eun hunvre
A zo tec’het pelloc’h evit biskoaz, gwisket
Gant koantiri dispar an traou n’o dizer ket.

III


Hogen, pa deuio lenn [7] an Noz-Veur da zevel,
Me gréd e klevin mouez an Arc’hael o c’hervel
Ar re ’devo kerzet trôet o daoulagad
Ouz ar meneou glan lec’h ma rén an Eurvad.


————


PA NE VEFOMP KEN
(Kinniget d’ar Varzed, va c’henvreudeur)
————


Benn eur pennadig amzer e tiskennimp, barzed,
Lec’h ne vo ken na kanet, na gouelet na c’hoarzet :
Tolet hon bec’h a goste, levenez pe anken,
Ni vo aet da ziskuiza, na vimp ket aman kén.

Lapoused a richano bravoc’h evit biskoaz,
Kleier ar vadeiañchou seder a zono c’hoaz ;
Gliz war vleuñ a zivéro takennig ha takenn,
Ni, barzed, en hon gwele na glevimp netra kén.

’Us d’hon fenn ar vugale c’hoario dibreder,
Tud yaouank a dremeno karantek ha tener,
En hon be tud glac’haret a c’hoantaeo diskenn ;
’N hon c’halon-ni, kenvreudeur, netra na fiñvo kén.

E pep gouel, e pep pardon vo kendalc’het atao
Sonadeg ha kaniri, koroll ha jabadao,
Marteze deus hon gwerziou vo kanet c’hoaz zoken ;
Dén n’evo zoñj ouzomp-ni, ne vimp ket eno kén.

Met, ma tigouefê, ziouaz ! da Vreiz beañ mouget,
Trôet en Gall hon mibien hag hon lorc’h en moged,
Koueet hon yez, hon brôad en ankoua da viken,
Ni n’hon do ket da ouela… ne vimp ket eno kén.


DIVEZ


TAOLEN
————


 17
 19
 21
 24
 34
 106
 108
 110
 125
 129
 141


————
  1. Danse dlte « du bouquet », danse d’honneur conduite par les mariés.
  2. Zur a vel, sûr de recevoir « du miel », c’est-à-dire des éloges.
  3. En bered ar Garnel, en Oriant.
  4. Le manoir de Kerarborn, berceau de la famille Luzel.
  5. Gwik, carrière voisine de Guerlesquin.
  6. Un dicton populaire considère le nouveau-né comme apportant 300 francs de rente
  7. Lenn, voile.