Dizanv
troet gant Vincent Roudaut.
F. Hallégouët, 1868
Skrid a-bezh







AR C’HENTA


MIZ MARI







AR C’HENTA

MIZ MARI

BUEZ AR VERC’HEZ

DIVAR SCRIDOU AN TADOU SANTEL

DA VIDITA

UR PENNAD BEMDEZ EPAD AR MIZ

————

Scrived e latin er bloaz 1724

————

TREDE MOULLED E BREZONEC

Ac evel nevezed, o lacaat enna traou all c’hoarveed, ha mad da scuer

————
BREST

J. B. HAC A. LEFOURNIER

Leorierien, ru Vraz, 86
QUIMPER

E TI IANN SALAUN

Leorier, ru Kereon, 56


D’AR RE A LENNO AL LEVRIC-MA


————


O lenn atao ar memez tra, e teuer ne lacaer mui kement a evez ouz ar pez a lenner : setu perac eleiz o d-euz roet ali da lacaat ur Miz Mari all e brezonec. Ar re o d-euz roed an ali-ze, o d-euz lakeat etre daouarn an ini en d-euz troed e brezonec ar Miz Mari-ma, levriou, levriou braz darn anezo, a zo enno traou caer divarbenn ar Verc’hez, ac a laca da bara flamm gloar Mam Doue ac e madelezou. N’euz ket dreist ar c’henteliou-ze, da rei sclerijen gaer var ar feiz christen, da lacaat da bara var an douar evel ar scleur eus a sclerder dudiuz ar Baradoz, da lacaat anaout gloar an Aotrou Doue ac e vadelez, da rei joa d’an den var an douar, o tiscuez deza e lignez saved en Ee dreist an Elez.

O tenna divar al levriou-ze, ervez an ali roed d’an ini en d-euz troed e brezonec ar Miz Mari-ma, o tenna ac’hano ar pez a zo a gaerra da scleraat ar spered ha da deneraat ar galon, e vize bet peadra da ober ul levr caer ; mes, muioc’h a amzer a vize ranked da gemeret ; ac ama n’euz great nemet lacaat diouz-tu e brezonec ar pez a zo bet scrived da genta e latin ac e galleg, o tiverra ar c’hentelliou. Ar Miz Mari-ma a zo bet scrivet da genta e latin, brema ez euz seiz-ugent vloaz. Darn a laca aneza c’hoas dreist ar Miziou Mari all ; setu perac e lezer aneza evel m’emâ. Ar burzudou merked enna evit scuer (an exemplou) a vize bet great muioc’h a van anezo, ma vizent bet c’hoarvezed tostoc’h deomp : ar pez a zo c’hoarvezed en on amzer ac en om bro, a iaa muioc’h dre ar galon. Setu perac e lacaer en dro-ma meur a dra c’hoarveed en amzer-ma. An traou-ze a c’hallfe ober vad da veur a ini ; ac ar pez a zo sur, n’euz netra enno na da ardisaat re ar bec’heurien, na da lacaat anezo da zisesperi, netra da noazout da zen.

Evit an traou burzuduz a zo el levr-ma, arabad sonjal e veent da veza creded evel ma creder ar pez a zesc deomp an Iliz a berz Doue e-unan : ne dleer credi anezo nemet evel ma creder ar pez a zesc ac a lavar an dud d’an dud. Nemet Doue ac e Iliz, an oll a c’hell fazia. Ar burzudou-ma a zo da veza creded, evel ma creder ar pez a glever gant an dud.


v. roudaut, Paroc’h-dec.


————


AN DEIZ ARAOG MIZ MAE


I


Caret a reent ar Verc’hez, ar re a zonjas lacaat d’e enori ur miz penn- da-benn, ac ar miz caera eus ar bloaz. Gouzout a reent ive ez euz izom, pa deu an nevez-amzer, pa dostaer ouz an anv, da zonjal muioc’h e joaiou ar bed-all, evit diouall ouz ar joaiou fall a ginnig ar bed-ma deomp ; muioc’h a izom da gaout grassou eus an Ee evit delc’her mad da garet Doue. Lacaït eta da dalvezout d’oc’h ene ar miz caer a zo an deiz kenta aneza var c’hoas. O ! ma ve laosked unan eus a flammou ar bed- all, da zont da ober, ur veich c’hoaz, Miz Mari, penaoz er grafe ? C’hui, penaoz oc’h euz er greet bete vrema ? En dro- ma diana, grit mad aneza. Lacaït ho sonj da c’hounid an Induljansou (tri c’hant dervez Induljansou bemdez, pa reer ur bedenn bennac, pa lenner, pa reer un dra bennac evit enori ar Verc’hez ; Induljans vraz en deiz ma carer, er miz, var bouez coves, communia, ha pedi evit an Iliz).


II


Guelit e pe stad ema oc’h ene. Ma ne vellaït na calz na nebeud evit ober Miz Mari, ma ne rit netra evit divouenna ar pec’hed eus ho calon, evit divoaza diouz an droug, netra evit ëuna ar plegou fall a zo ennoc’h, neuze, ho tevosion, eleac’h beza guirion, ne d-eo nemet tromplezon greet deoc’h oc’h-unan. Ar c’henta enor da ober d’ar Zent, d’ar Verc’hez, eo carout beza dibec’h eveldo. Setu petra a dlefe ober mez d’in, pa velan pegen digalon oun e kever Doue. Ac e kever va nesa, perac kement a ienien ac a zroug, evit un dra zister great pe lavared marteze eb sonj ? Perac kement a zroug-prezegerez ? Perac kement a err ac a ast da draou ar bed-ma, ha ken nebeud da draou an Ee ? Kement a nec’h gant afferouigou an douar, ha ken nebeud a zonj eus an affer n’euz nemeti ? Ia, izom avoalc’h em euz da ober Miz Mari, evit sonjal pelloc’h em ene, ac en traou a bado atao. O va Doue, chui zo braz ho madelez, pa roït d’in c’hoas ar miz-ma, miz ar grassou, goude m’am euz great guall- implij eus a veur a ini all, siouaz d’in !


III


Penaoz e rin va Miz Mari er bloa-ma ? E doare pa ve an diveza d’in. E ober a rin e compaignunez va zud, va mignonet, ac an eil o velet egile, e kersim a-unan varzu an Ee. C’hoant am euz da ober, epad ar miz-ma, pedennou caloned avoalc’h, evit ma lacaïnt ar fizians ac ar joa em ene, pa rankin mont va- unan dirag va barner. Me lacaï ur paour bennac da bedi evidon ; me ziouero un dra bennac, ur blizadur bennac, me en em ziezo en ur c’hiz bennac, evit pinijen ; me ielo da goves, da gommunia mar cavan va zu da vont, evit gounid an Induljans vraz. Neket lavared e velfen mui Miz Mari ebed ; diouz ema marteze eo e tigouezo ma vezin saveteed pe golled. Unan bennac, eat d’in d’an Anaoun, marteze meur a ini, a zo var c’hed, o c’hortoz ma tennin anezo eus o foan, o c’hounid Induljansou evito. O ! pebez joa, mar teufe d’in cass unan bennac d’ar Baradoz ! Evit ar pez a zo sur, Mari ne lezo ket eb recompans, an disterra merc a garantez en e c’hever.


Santez Roza.


Santez Roza eus Lima e doa ur jardinic e kichen e zi, a laboure e-unan dre ma tize, evit caout bokedou da lacaat dirag imach ar Verc’hez, evel m’oa custum d’ober bep sadorn ed ar bloaz. Ar Verc’hez a ziscuezas ne ree fae ebed var an enor-se, greet dezi gant carantez ur verc’h ouz e mam ; rac, e pep mare bloaz, er goanv coulz ac en anv, ac e creiz an domder vero, e save bokedou en e zammic jardin. Paour oun, eme Roza, ha n’em euz da rei d’ar Verc’hez nemet bokedou. Ia, paour oa e madou an douar ; mes ive, ac a vadou all dezi ! madou an ene ! Ouzpen ar gurunennou roz a gave en e jardin, ac a bet rozenn all, c’hoas caeroc’h, a zestume da lacaat da Vari ! Ac a bet Ave Maria, ac a bet Rozera, ac a binijennou, iûniou ! Gant ar seurt garlantezou, gant ar seurt caerentezou- ze eo e tecore ar Verc’hez, o lacaat, emezi, en e dorn ur bod pateriou, teir- ha-tregont Pater, ac ken aliez a Ave ac Gloria Patri, ac ive ken aliez all a Rozera, en enor d’an tri bloaz ha tregont ma choumas Jesus-Christ etouez an dud var an douar.


————


AR C’HENTA
MIZ MARI




AR C’HENTA DERVEZ


————
Ar Verc’hez conceved pur ha neat dious ar pec’hed


Da genta ar Verc’hez a oe conceved a bep eternitez, e sonjou Doue, pa zonjas enni, pell diaraog, evit ma vize Mam da Zalver ar bed ; ha pa lacaas en e volontez carga anezi eus ar grassou caera, dreist ann oll grouadurien all : ar pez a ra da zant Gregor Nazianz lavaret e tremene ar Verc’hez, eb muzul ebed, e gras Doue ac e pep seurt madelezou, kement a zo croued.

D’an eil, Mari a oe conceved, evit ar bed-ma, gant santez Anna. Sant Joakim oa e Zad. An daou bried a oa, o daou, eus lignez nobl ha santel. Evito da veza dija var an oad, ac evelato dizer, ervez sant Epifan, sant Gregor Niss ac ar re all, evelato, kement a fizians o d-oa e Doue, ma pedent dalc’h-mad, o-h ober pinijen ac o rei aluzenn, evit goulenn ur c’hrouadur, ac e rezont veu d’e gonsacri da zervich Doue. Sant Jerom a verc deomp, e reent bep bloaz teir lodenn eus ar madou a deue dezo : al lodenn genta d’ann templ ha d’e vinistret ; an eil d’ar beorien ha d’ar bellerinet, ac an drede dezo o-unan da veva. Da benn ugent vloaz o d-oe pelloc’h ar c’hras a c’houlennent, ac Anna a goncevas, e gras Doue ac er zantelez, ar Verc’hez da viken benniged, Mari or Mam.


MIDITA


Var ar mister-ze


I


Mari, mam da Zoue ! Avoalc’h eo ar gomz verr-se, pa vezo sonjed mad, evit credi e oe conceved ar Verc’hez dibec’h-caer. Doue a grouas an Eles, ac an daou zen kenta Adam ac Eva, e stad a c’hras : Penaos n’en devize ket croued e stad a c’hras Rouanez an Elez ac an dud ! Penaoz ? Mam Doue a vize bet enebourez da Zoue, ur sclavez da Zatan ! Eûz eo clevet kement all. Falvezed eo bet gant Doue e devize flastred e benn d’ar zerpant bilimus : penaos en devize lezed ar zerpant ive da flastra anizi dindanna ? 0 ! nan ! sonjal kement all eus a Zoue, a ve beza diskiant.

O Mari, trionf deoc’h ! Guerc’hez pur dreist an oll, va joa eo, evel oc’h ini, ho pe bet ur c’hras ken caër, ac a galon vad ac gant dudi e lavaran deoc’h gant an Elez : Pulchra es, caer ouc’h meurbed, pur ha neat a bep ent !...


II


O ! beza dibec’h-caer, pebez eurusted ! Beza e stad a bec’hed, pebez goall chans ! Mari a oe conceved dibec’h-caer ; caera gras ! Mari a vevas dibec’h, pebez eurusdet, c’hoas caeroc’h ! Mari a varvas dibec’h, o ! setu eno ar c’haera tout ! Allas ! pebez kem etre ar Verc’hez ha me ! Me, siouaz ! a zo bet croued er pec’hed : beva a raan er pec’hed, a zo c’hoas goassoc’h ; o !! mar marvan er pec’hed, setu eno ar goassa tout ! Ha penaoz cousgoude sonjal ne varvin ket e pec’hed, o kendelc’her da veva e doare ma raan ? Va Doue, c’hui zo mad em c’hever ! Diouz ar pec’hed ac ar maleur n’o anavezen ket, oc’h euz va dilivred pa oun bet badezet ; diouz ar maleur a zo dirazon ac an ini da zont, diouz ar pec’hed a anavezan brema, e roit tro d’in d’en em zilivra dre ar binijen, mar caran. Ha perac eta apell, ac apell atao ? Ma vize bet lavared d’ar Verc’hez choaz unan a zaou, beza ur pennadic discared gant pec’hed Adam evit beza goude Mam da Zoue, pe beza atao dibec’h-caer eb beza Mam da Zoue, e vize bet guell ganti beza atao dibec’h-caer eb beza Mam da Zoue. O ! pegen dissevel oun - me eta diouz Mari ! Evit an disterra tra ez oun en em lekeat, gant va bolontez va-unan, e stad a bec’hed, oun choumed e stad a bec’hed, deiziou, miziou, bloaveziou, marteze. Goassoc’h c’hoas : ac a bet ini all am euz lakeat da bec’hi, o lavaret ac o-h ober fall dirazo ! Pebez follentez ! Beza ama, gant va bolontez va-unan e stad fall, ha risca beza da viken goassoc’h c’hoas !


III


Ar c’hras e d-oe Mari da veza mired pur ha neat diouz pec’hed Adam, ar c’hras-se a oue ar penn eus a galz a c’hrason-all, ha varni eo e savas joaiou ac eurusdet ar Verc’hez. Beza ez euz ive grassou, a den ar grassou-all ganto, evel pa veent stag ; ha diouz ma lacaer pe ne lacaer ar seurt grassou-ze da dalvezout, e vezer saveteed pe golled. Pere int ? Doue ne lavar ket deomp, evit na lezimp ini ebed anezo da vont da goll. Beza ez euz ive ur pec’hed bennac, a zo ar penn kenta evit beza daoned. Peini eo ? Doue a guz ouzomp ive, evit ma tiouallimp piz outo oll. Diez e cavit, ha diez ive : neket re ziez, mar concevit Mari en ho calon, mar carit ar Verc’hez, mar sonjit enni gant joa ha carantez. Tostaït eta aliessoc’h ouz Sacramant an Aoter. Pa gommuniit, e roer deoc’h corf sacr Jesus, furmed eus a gorf ar Verc’hez ; coulz lavaret eta e teu neuze Mari ive en ho calon. O ! pebez joa deoc’h, mar carit ar Vam vad-se ! Grit eta ho sonj mad, peur ac e pez santiment ez’eoc’h da gommunia.


Ar Vetalenn miraculuz.


E meur a c’hiz en deuz Doue discuezed e pliz deza an enor greet d’ar Verc’hez conceved oll-pur ha neat diouz pec’hed Adam. Ac a vurzudou digouezed dre vertuz ar vetalenn a zouger evit anaout ac enori ar c’hras caer-se greet da Vari ! Ac a vurzudou, betec etouez ar zoudardet, er brezellou ? Evelse, en armeou zoken, e veler ober calz a enor da vetalenn Mari a viscoaz dibec’h. Ur zoudard eus bro Savoa a scrive, eus bro Crimee, da ur c’hamarad deza, ar pennadic lizer-ma. Lavaret a rancan d’it, eme ar zoudard-se d’he gamarad, ha te rebechet d’in ed ar veich n’em boa ket, eme te, muioc’h a zoujans Doue eget ur c’hi, — e rancan lavaret d’it e tougan varnon metalenn ann Itron-Varia, digassed d’in gant va mamm. Marteze es bezo c’hoant da c’hoarzin ; mes ama, va mignon mad, ez euz camaradet eleiz ac o deuz greet eveldon-me, a zo deuet tud all abaoe m’int digouezet e bro Crimee. Ne dremen deiz ebed abiou d’in, eb na rafen ur pennadic-pedi bennac, o sonjal er pez a lavare Jûl Jerard, ar chasseor braz, al lazeur leoned, brud aneza e peb leac’h. Voaz a-ze, a lavare ar mestr lazeur leoned-se, voaz a-ze, emeza, d’ar re ne gredont ket ar pez a lavar Doue ; evidon-me a gred ferm, ac en lavar cre, e risc da veza goapeed gant an dud diod, ha ne fell dezo, var o meno, anaout Doue ebed, fors ebed ne raan eus ar pez a zonjint pe lavarint, mui eget ne raan eus ar poultr em euz deved, pa oan em daouzec vloaz, o tenna var ar filipet. Adie ! — Ar zoudard a scrive se, a zouge metalenn ar Verc’hez.

AN EIL DERVEZ


————
Ar Verc’hez ganed


Var a verc deomp sant Epifân ha sant Germen, tad ha mam ar Verc’hez a en em dennas, an tad var ur menez deza, e leac’h ne vize nemeta e- unan, da ober pinijen epad daou- ugent dervez ; ac e mam a ieas en e jardin, da bedi Doue, evit ma vize mam da un c’hrouadur a dlie beza consacred deza. Un Eal a deuas da rei da anaout dezo o divize ur c’hrouadur. Pa oa deuet eta ar mare merked, ma tlie ar Messias, Salver ar bed, dont var an douar, Mari a deuas er bed. An eiz a Vengolo eo e teuas var an douar. Ar re goz, a rum-da-rum, a lavare oa an deiz-ze ive eo oa bet croued Eva er Baradoz great var an douar d’an daou zen kenta.


MEDITA


Ar joa a zigassa ar Verc’hez ganti


I


Ar Verc’hez o c’henel, a zo ar verelaouen, steredenn an deiz o sevel, da verca edo eol ar Baradoz o vont da zevel, da zigass ar joa var an douar. Tad ha mam ar Verc’hez a zo er joa, rac pa eo ganed Mari, eo ganed an ini a rai enor Jerusalem, joa an oll : joa d’an dud santel, rac ur Rouanez ac ur Vam a zo ganed dezo ; joa d’ar bec’heurien baour, rac un Anterourez ac un Alvocadez etre Doue ac ii, a zo ganed. Mes c’hui, e pe du emaouc’h. Ac e veec’h e renc ar bec’heurien, bezit er joa : un Alvocadez a zo ganed deoc’h. Diouallit evelato na veec’h re zievez : Mari n’e d-euz na galloud na bolontez da zavetei ac’hanoc’h ebdoc’h. Mar emaôc’h e renc ar re e gras Doue, ôc’h euruz ; mez evit beza atao euruz, dalc’hit mad da garet Doue. Lacait Mari da c’henel ive en ho calon ; eno eo e c’houlenn loj diganeoc’h, er c’havel-se eo a fell dezi beza lakeat ganeoc’h. Ho calon d’in, emezi, digorit d’in ho calon. Eleac’h digori ho calon da Vari, diouallit da betra e digorfec’h ?


II


Ar Verc’hez o c’henel a lacja ar joa betec er Baradoz, eleac’h m’ema an oll joaiou. O ! pebez euruzdet, gallout lacaat muioc’h c’hoas a joa en Ee ! Creski joa an Dreindet ! Creski joa ac eurusdet an Aotrou Doue ! Mari e d-euz bet an eurusdet-se, o tont var an douar. Mar c’hoantaït ho pezo ive, e crescoc’h ive joa an Aotrou Doue ; n’oc’h euz nemet sevel eus ar stad a bec’hed, evel pa veec’h o c’henel a nevez, dre ar c’heuz d’ho pec’hejou ; rac muioc’h a joa a vezo er Baradoz evit ur pec’heur a rai pinijen, eget evit naontec-ha-pevar-ugent den just, ha n’o d-euz izom ebet da ober. Perac eta revuz ar joa-ze deoc’h ha da Zoue ? Sellit ! Delc’her ar pec’hed ganeoc’h, a zo delc’her ur bourreo : biken n’ho pezo guir joa ebed, endra ma vezo ganeoc’h.


III


Ar Verc’hez a oe roed dezi gant e c’herent, ervez a oa bet discleried dezo a-berz Doue, an ano Mari. Mari, an ano-ze a ra joa d’an Elez, a gonsol an dud en o foaniou, ac a laca en erevent da grena gant spont. Goude ano Jesus, n’euz ano all ebed ac en defe kement a zousder vertuz. O Mari ! bezit evidomp Mari, ac ez aïmp d’ar Baradoz.

Resped atao da ano ar Verc’hez Vari ! Pa deui ur guall-zonj bennac deoc’h, pa vezoc’h nec’hed, en oll danjerou galvit Mari da zont.


An ano Mari.


Resped atao da ano ar Verc’hez ! Sant Charlez n’en lavare morse eb ober ur stouic-penn, e-c’hiz m’eo ar c’hustum da ober, e pedennou an Iliz, pa lavarer an ano-ze, evel ma reer da ano Jesus-Christ, ha da ano ar Zant a reer gouel en enor deza. Amzer zo bet, e meur a leac’h e touget kement a resped d’an ano Mari, m’oa difenn da rei an ano-ze da verc’h ebed, gant aoun rag disenori ano Mam Doue. Sant Stefan, rone Hongrii, eleac’h lavaret e ano d’ar Verc’hez, a lavare anezi an Itron Vraz, ac e zujidi a gemere scuer diouta ; ha pa vize lavared an ano Mari, e stoue atao, da ober enor da un ano ken din. Ur roue, e Spaign, var nez dimezi, a zivizas, a-grenn, ne vise ket roed an ano Mari d’an ini a dlie beza e bried. Casimir, roue Poloign, a zivizas ive ma vise roed un ano all, eleac’h an ano-ze, d’an ini a oa c’hoant da rei deza da bried. Ma teuas ar c’hiz, er vro-ze, ne vise mui roed ano ar Verc’hez da verc’h all ebed ; ac eno e kendalc’has ar c’hiz-se. Brema e roer stanc an ano Mari er vadiziant ; en aviz ma vezo ar re a vadezer evel muioc’h dioualled gant ar Verc’hez. Gras dezo, da viana, da veva e-doare ma tere ouz tud a zoug un ano ken caer ac ken nobl.

————


AN TREDE DERVEZ


————
Ar Verc’hez cassed d’an templ


Pa oe ar Verc’hez en e zri bloaz, e c’herent evit seveni ar pez o d-oa voested da Zoue, a gassas anezi da Vinistret an templ. Ministret an templ, var a verc deomp Evodius ac ar re a veve en amzeriou coz, a zigemeras anezi, evel un donezon caer da Zoue, evit ma vise saved en templ, evel ar merc’hed iaouanc all. Sant Gregor Niss a verc deomp ez oa en templ ul leac’h a gostez, disparti, ac eno ne roet digor ebed d’ar merc’hed dimezed ; ac eno ive eo e vevas ar Verc’hez. An tadou Santel, evel sant Cirill, a lavar e vize roed digor atao da Vari el leac’h-se, mired da Verc’hezet an templ, goude ma oa ganed Jesus-Christ, o veza ma oa atao Gverc’hez. Zacharii, tad Ian- Vadezour, eo a ree digori dezi, en desped d’ar rebechou a ree ar Iuzevien ; rac Zacharii a anaveze mad anezi evit beza Mam ha Gverc’hez. Mari a oe unnec vloaz en templ, ervez Evodius ; ac ervez sant Gregor Nicomedii, e veze aliez an Elez o-h ober bizit ac enor dezi. Un all eus an amzeriou coz-se a verc deomp e collas e zad ac e mam var- dro an eizvet bloaz goude ma oa eat d’an templ, pa edo en e unnecvet bloaz.


MIDITA


Beza oll ac abred da Zoue


I


Sonjit ervad : Sant Joakim ha santez Anna n’em em zavent ket uhelloc’h en o spered, evito da veza bet ar c’hras da lacaat ar Verc’hez er bed ; anaout a reent oa un donezon digant Doue ha n’oa ket dleed dezo. Evelse e caszont d’an templ o c’hrouadur meurbed cared, pa oa a veac’h tri bloaz, evit e rei da Zoue, d’an ini en d-oa i roed dezo. Kement- se a zesco deoc’h beza humbl pa roi Doue ur c’hras pe un talant caer bennac deoc’h, ac o lacaat da dalvout evita, ma recompanso ac’hanoc’h. An nep en d-euz c’hoant e rofe Doue deza e c’houlennou, a ranc trugarecaat evit ar grassou en d-euz bet. Comprenit c’hoas, divar ar gentel-ma, e tleit delc’her mad d’ar pez ho pezo voested da Zoue. O choum eb ober, eb seveni ar pez a ve bet great veu da ober, e vanker da Zoue, ac o-h apell re e reer ive.


II


Lacaït ho spered da zonjal gant pegement a joa ez eas ar Verc’hez d’an templ o lavaret goude ar Profet David : Lsetatus sum... O ! joa em euz bet, o clevet lavaret ez aïmp da di Zoue. Gant pebez levenez e pignas ar Verc’hic tri bloaz dre ar pemsec derezenn a oa da vont en templ, en eur lacaat mad en e spered da zevel ive dre an oll bazennou betec an uhella santelez. Caera scuer a ro d’in ar verc’h iaouanc-ma ! Peleac’h ema ar joa a dlefen-me caout ive o vont, pa dizan, da di va Doue d’an Iliz ? Inoui, marteze, eo a raan buan eno. Marteze ne glascan nemet mont var va c’hiz pa vez ar mare da zonjal em deveriou e kever Doue. Pa deu Doue da c’helver ac’hanon, ha santi a raan-me buan avoalc’h ac gant joa ? Ac a veich, siouaz d’in ! en d-euz cried ouzin pellaat diouz ar re am laca da bec’hi, ac em euz stourmed ac enebed outa o choum el leac’hiou ne gaven ken tro nemet da bec’hi ! Ac a veich en d-euz lavared stard d’in disprizout ar bed-fall, ac e caran atao ar fougeou ac an traou vean. O ! ac ii zo euruz, ac ii zo euruz, ar re o d-euz silaoued Doue a-bred, ha respounted deza en o c’henta bloaveziou ! Ac ii zo truezuz o doare, ar re ne reont van ebed evit e glevet !


III


Mari var e daoulin en templ en em voestas oll da Zoue. Rac-tal ma c’hallas, en em roas deza, azalec e c’henta bloaveziou. Ha me a ro va iaouankiz, va c’haera amzer, d’ar follenteziou vean, ha ne viran da Zoue nemet va c’hozni, an disterra ac an diassura lodenn eus va buez ; cousgoude kement pennad buez em euz a zo da Zoue. Mari a en em roas oll da Zoue, eb tenna netra ; ha me ne roan nemet an anter eus va c’halon, ur galon ker bian, ken striz all ! Mari a en em roas da-vad ac evit choum atao ; ha me, an deiz ma vezan bet o rei va c’halon da Zoue, o pedi, o coves, o communia, a den adarre va c’halon diganta, d’e rei d’an Ærouant ! d’an droug-spered.

Beza iviziken da Zoue, evit ober evel Mari, pa en em voestas deza, a vianic, en templ.


An den euruz Crispino


Ac ii zo euruz, ar re a dro a vianic ouz Doue ! Ar pez a zanter neuze er galon, a dôl var ar vuez penn da benn. Crispino, ganed en Itali, e Viterbe, ne oa nemet pemp bloaz pa gassas e vam aneza ganti da iliz an Itron-Varia-an-Derven, dirag aoter ar Verc’hez, ac eno, var e daoulin, e voestas e mabic da Vari, ac e lavaras deza : Sell, va mabic, setu aze da vam ; dezi e roan ac’hanot ama, brema ; discuez joa dezi a greiz da galon, ha gra enor d’as patronez. — Comzou ar vam a iaas doun e calon e mab. Divar neuze ar c’hrouadur benniged ne reas mui nemet e vam eus ar Verc’hez. E vam a lavaras deza ive caout sonj da c’helver Mari d’e zicour, beveich ma vise e risc da fazia pe da vancout en ur c’hiz bennac. Crispino a zalc’has mad d’an ali-ze. Un droad oa pigned en ur vezenn, e gamaradet bian ac en. Ma torras ur scour ganto, ac ii coueza var ar vein. Crispino en doe sonj da c’helver ar Verc’hez, ha n’en doe diez ebed, droug ebed an disterra, ac ar re all a oe voall-lakeed. D’e zec vloas e oe lakeed e ti un eontr deza, da ziski beza kereour. Eno, peb sadorn, pa en devise laboured mad, e vise roed ur guenneg bennac deza, ac e rede d’ar blassenn da brena bokedou. — Ar re gaerra d’in, emeza, ar re gaerra a rancan caout, rac en aviz o c’hinnig da un Itron Vraz o c’hemeran. Ac ez ee da gass anezo d’an iliz dirag ar Verc’hez, ac e choume eno ed ar zul vintin da zervicha an oferennou. Peleac’h ema ar c’heuristet, ar zervicheurien Iliz, a en em bliz evelse eharz an aoteriou ? Petra bennac gousgoude, beza tost da Jesus a zo beza tost d’ar Baradoz. Crispino ne zaleas ket da vont e couent. E dud a voele, gant ar c’heuz deza. — Va mam, perac e voelit, emeza ? va roed oc’h euz d’ar Verc’hez, eb miret guir ebed deoc’h oc’h-unan, pa ne oan nemet pemp bloaz. Pa oe profezed, e oe lakeed da aoza ar boed, er gegin, ac e savas eno un aoteric d’ar Verc’hez, a vize goloed a vokedou ; ac e joa oa cana Litaniou ar Verc’hez, gant daou all da eila outa. Un aotrou braz a roaz deza daou voked caer, ac ar pab Clemens diou c’houlauenn da lacaat var e aoteric d’ar Verc’hez. Ouzpenn unan a bareas dre e bedennou. Un aotrou a oe pareed, gant un boked divar e aoteric. Ar medicin, o velet se, a lavaras deza : Ho louzou c’hui, emeza, o deuz muioc’h a vertuz eget on re-ni. — Aotrou, enle ann den santel, c’hui zo ur medicin gouezieg, ac anavezed mad e Rom ; evelato, ar Verc’hez a zo c’hoas goueziecoc’h eget na d-ôc’h, c’hui ac ann oll vedicinet all var ann douar.

————


AR PEVARE DERVEZ


————
Buez Mari en Templ


Var a verc deomp ar Scridou coz ac ar Zent, ar Verc’hez en templ a zescas ar Scritur Sacr oll dindan evor. Diouz ar mintin, goude ar denn ac an Orezon, betec creiz-deiz, evel ar verc’hezet iaouanc all a veve ganti en templ, e laboure gloan pe lin. Goude ar pred e lenne ar Scritur Sacr. Azalec an oad-se e tiscuezas nebeud a joa ouz madou an douar, ac e roe d’ar paour kement a c’halle da zioueret. E Doue edo e oll joa. Aliez e care comz ano divar- benn ar Messias, divar-benn ar Zalver a dlie dont var an douar da c’hounit ar Baradoz d’an dud. Diouz comzou ar bed e pellee ; ac e arvez, an ear anezi ken brao ha ken santel, a oa avoalc’h evit lacaat ar re a vele anezi, da santout carantez an Aotrou Doue o sevel en o c’halon. Al levriou coz a verc ive, e clevas, pa oa daouzec vloaz, e creiz an noz epad ma pede Doue, e clevas ur vouez o lavaret e vize Mam da Vab Doue. (Canisius, etc.)


MIDITA


Beza gant Doue atao


I


Evesaït mad ouz ar Verc’hez en templ, ac e veloc’h penaoz eo beva evit tizout ar guir zantelez. Mari, dre ma z-ee, e vele Doue atao dirazi, ac e nep leac’h ne golle ar zonj ema Doue dre oll. Mar c’hoantait mont rag-ëun eb fazia bete ar guir-zantelez, kemerit scuer var Mari, ha lacaït mad en ho spered, gant ur feiz cre, ar zonj ema Doue e peb leac’h. E pep leac’h e sell ouz ar pez a raan, e peb leac’h e cleo ar pez a lavaran, e peb leac’h e tiz bete goeled va c’halon, ac e vel ar zonjou muia cuzed eno. Pebez nerz e defe ar virionez-se da boulza ac’hanon da ober mad ha da ziouall ouz an droug ! Penaoz e credfen-me ober a-vel da Zoue ar pez ne garfen ket ober a-vel da un den ? O ! ha ni zo dall ! Caout kement a aoun rag sellou an dud, ac ken nebeud a aoun rag sellou un Doue !


II


Ar Verc’hez en templ e d-oa assined ur mare da bep tra, ac a ree e oll deveriou diouz renc a gant urz vad : ur mare da lenn, ur mare da ober pedenn a galon, ur mare da labourat. Morse ne golle an amzer. Perac c’hui, bugale da Vari, perac ne rafec’h ket evel ho Mamm ? Perac ne bedfec’h ket diana d’ar mare dleed ? Mar d-eo re ziez deoc’h beza pell ho pedi evel ar Verc’hez, perac diana ne choumfec’h ket ur dic amzer bemdez da zonjal er pez a bado da viken, er bed all ? Mar oc’h euz carantez ouzoc’h oc’h-unan, grit deoc’h oc’h-unan al lezenn-ze, ha dalc’hit mad dezi goude. Oc’h afer vraz, oc’h afer an ini n’euz nemeti, eo savetei oc’h ene ; ha ne vezoc’h sur d’er zavetei nemet o lacaat eno aliez ho spered, o sonjal a zevri ennoc’h oc’h-unan, o vidita, o pedi a galon. Eb an dra-ze, e tizonjoc’h oc’h afer oc’h-unan, ha ne c’halloc’h dont dabenn anezi. Dreist pep tra, diouallit na choumfec’h dibreder, eb sonjal nac ober vad ebed. Al leziregez a zo maro en ene ; en gouzout a rit, marteze divar ho coust.


III


Mari en templ, eviti da gaout furnez, skiant a santelez dreist an oll, a ziscueze atao resped da Vinistret an templ, ha d’ar Verc’hezet iaouanc all a veve eno ganti. Evit beza evel ouz ar Verc’hez, discuezit ive resped e kever ministret Jesus- Christ, a zo dreist ministret templ Jerusalem. Ar merc’hed iaouanc all a iea da gaout Mari, da c’houlenn cuzul vad diganti, ac evit beza consoled en o foaniou. Ar Verc’hez a vize bepred laouen ha joauz outo, a zoussea o foaniou, a c’houzave tranto, ac a zioualle na raze poan ebed, diez ebed, da nicun. E c’homzou mad ac e oberou a boulze an oll verc’het iaouanc all da zervicha mad an Aotrou Doue ; e spered humbl ac o zantelez a c’houneze anezo. Setu eno penaoz e tleit en em gemeret e kever ar re a zo o veva ganeoc’h. Sonjit ervad : ar c’homzou caer ne zougont ar re all da ober mad, nemet pa ve furnez, ac oberou mad o rei nerz d’ar c’homzou. Sonjit ive ez euz ennoc’h calz abegou, calz mancou, ac e ranc an dud all gouzav ganeoc’h meur a dra evit discuez dousder ha madelez deoc’h : gouzavit eta oc’h-unan ive mancou ar re all, ma tougo an eil beac’h egile, evel ma lavar an Abostol deomp.

Caout sonj mad ema Doue e peb leac’h, evit delc’her atao da veza fur ha da ober mad. Pa ho pezo c’hoant da ober fall, it el leac’h ne vezo ket an Aotrou Doue, eme sant Augustin.


Mater admirabilis.


E Rom, e couent an Dreindet-ar- Menez, ez euz un imach a ziscuez ar Verc’hez en doare ma oa, d’e daouzec vloaz, pe var dro an oad se, e templ Jerusalem ; da lavaret eo, en doare nia veze, pa laboure gant ar merc’hedigou eus e oad, en unan eus ar c’hamprou stag ouz an templ. E c’heiel a zo ganti, o neza lin, ur baner en e c’hichen da lacaat ar guerzidi, an neud ac an diancajou all, ac im euriou demzigor dirazi. Grassou braz a zo bet digat Doue, o pedi dirag an imach benniged-se, ac ez euz bet greet re all diouta, da gass da veur a leac’h dre ar bed. An ano roed d’an imach burzuduz- se, a zo Mater admirabilis. O pedi dirag Mater admirabilis eo e teuer, gant gras Doue, da zantout pegen dister eo an oll joaiou all, e scoaz ar re a ro Doue d’an ene. Ur zoudard, digasset var an ent mad dre bedennou Mater admirabilis, a deuas da gaout kement a joa en e galon o pedi dirag an aoter, ne zante mui, coulz lavaret, an amzer o vont a-biou deza, pa veze dirag an tabernacl. Ur veich e rancas choum pell en Iliz, d’a c’hortoz ur grevidi. An ini a oa bet caos deza da rancout gortoz, a lavaras deza : Inoued e tleit beza bet oz va gortoz : pegeit ôc’h bet en Iliz o c’hedal ac’hanon ? — N’oun ket bet inoued, eme ar zoudard : abaoe ma oun distroed mad d’am deveriou e kever Doue, ne gontan mui, pa veza gantan, ne gontan mui na pet na pegeit. Goulennomp digant Mater admirabilis, ar gaerra Mam, din a veuleudi dreist ann oll, goulennomp ma vezimp ive devod en Iliz, ha ma vezo, var al labour, on spered e Doue, e doare ar Verc’hez en templ.


————

AR PEMPET DERVEZ


————
Eured ar Verc’hez ha sant Joseph


Sant Gregor Niss a verc deomp, pa oe ar Verc’hez en e fevarzecvet bloaz, e oe roed d’e c’herent, evit ma vize, ervez ar c’hustum, roed ur pried dezi ; rac en templ n’en em garget ket eus an dimiziou. Nebeud goude, var ali ministret an templ, e oe roed dezi da bried sant Joseph, un den santel eus ar memez bro ganti. Hûg Sant-Victor a lavar e roas ar Verc’hez e assant, o veza ma vouie oa bolontez Doue er c’hemerse, ac o veza ma oa sur, dre anaoudegez sclear on d-oa roed Doue dezi, ne vize ket eat sant Joseph eneb e veu da choum atao Gwerc’hez. Ervez sant Thomas ha sant Augustin, goude o eured, an daou bried a reas a-unan ar memez veu. Merc’h ebed, araog ar Verc’hez Vari, ne d-oa great ar veu-ze da Zoue.


MIDITA


Mari pried da sant Joseph


I


Bolontez Doue oa, ma kemerse Mari sant Joseph da bried, evit ma vize Mam da Jesus eb rei tro ebed d’an dud da zroug-zonjal anezi ; ac ouzpen-se, evit ma e devize ur pried da ziouall anezi diouz peb droug a berz an dud fallagr, evit e c’honsoli en e foaniou, ac e zicour e peb izom. Setu eno pez stad a ra Doue eus ar re a zo deza, evit traou ar bed-ma zoken. Perac eta n’en em lezit ket da veza cassed ha digassed gant Doue ervez e volontez, evel bugale o fiziout var o zad, eb clem ? Evel Mari, na glaskit nemet bolontez Doue e peb tra.

Perac ive en deuz Doue kemered sant Joseph dreist ar re all, evit beza pried d’ar Verc’hez, ha tad mager da Jesus ? Perac ? Daoust ac abalamour ma oa eus a lignez ar Roue, oa ? Nan. Perac-ta ? Abalamour ma oa un den Santel. Pegen disevel eo barnedigez Doue diouz barnedigez an dud. An dud a ra fae var ar re baour ha dister, istim ar rencou uhel, ar re vraz ha pinvidig. Doue ne ra stad ebed eus ar seurt bugaleachou-ze ; ne gar, ne istim nemet ar justis ac ar zantelez. Gant piou emaôc’h e scol, pe gant Doue pe gant ar bed ? Gant piou ema ar virionez ? A ! lîzt ar bed da lavaret a garo var an oll draou vean ; carit ac istimit ar pez a zo cared ac istimed gant Doue.


II


Mari e d-oa muioc’h a furnez ac a zantelez eget sant Joseph, ac evelato e sente outa, e ree e lavarou gand resped, o sonjal oa roed dezi da bried gant Doue, ac e ree e lavarou, evit senti ouz Doue. Eb lezira e deveriou e kever Doue, e oa aketuz en e deveriou en e zi. Ama ar Verc’hez a zesco deoc’h senti ouz ho mistri, piou bennac e veent, en aviz senti ouz Doue e-unan ac ober e lavar. Dizenti ouz ar re o d-euz da velet varnoc’h, a zo dizenti ouz Doue. Piou a gredo dizenti, o velet ar Verc’hez Mam Doue, Rouanez an oll, o senti humbl ôuz ur micherour paour ? Ar Verc’hez a zesco deoc’h c’hoas diouall na lezfec’h ho teveriou e kever Doue evit ober al labourou all evit ar bed-ma. Renkit mad oc’h oll deveriou, evit na vezo ket unan o tirenca un all. An ëunna evit ober ho mad er bed-ma zoken, eo pedi evel ma tleer ober. Claskit da genta ar Baradoz, ac an traou all ho pezo var ar marc’had.


III


Ar Verc’hez a oe ar genta o voesta da Zoue choum atao gverc’hez. Pegen caër e cavas an Elez ar veu-ze. Pegement a spont a reas d’an Ifern ! Pegement a joa d’an Drindet ! Ac a bet mil a veler, abaoue, o kemeret scuer var ar Verc’hez ! o consacri eveldi o bolontez ac o oll galon da Zoue ! Eurussa eneou, an eneou pur-se ! Er Baradoz e canint da viken ur c’hantic caër ne vezo caned ac entented nemet ganto.

Lavarit d’ar Verc’hez ar joa oc’h euz, eveldi, o velet en dro dezi, er c’hloar, kement all a Verc’hezet ; ha bezit sur, e devezo sulvui a joa ouzoc’h ma tiscuezoc’h ive muioc’h a joa ouz ar vertuz caër a laca an dud evel ouz an Elez. Goulennit ive ali ho confessor, abars ober, en aviz enori ar Verc’hez, veu a chastete, ha pa ne ve nemet evit ur pennadic amzer. Ma ro ali deoc’h, grit veu ; ar veu a gresc ar mirit.


Sant Herri.


Eleiz a zent ac a zentezet o deuz beved e stad ar briedelez var scuer Mari ha Josep. Darn, pa vise un amzer santel bennac, a en em vire neuze, en esper beza muioc’h cared gant Mam Jesus ac e fried, en aviz caout muioc’h a joa o velet anezo er baradoz, goude beza bet, ur mare bennac, evelic outo var an douar. Darn all o deuz beved eveldo, er briedelez, epad o buez penn-da-benn. — Ar brinsez euruz Franceza, eus ar vro-ma, a zo unan anezo, ha sant Eduard e Bro-Saoz, sant Julian ha santez Basilis, ac eleiz all. Sant Herri a zo ive unan anezo. Ar c’hoant en doa da ober calz a joa d’ar Verc’hez a reas deza beva gant santez Cunegonda evel ma vevas Mari ha Josef. Kement e care Mam Jesus, ma oa e joa pedi dirag e aoteriou. Pa z-ee da Rom, e veze mal ganta mont da Iliz an Itron-Varia-an-Erc’h, ar vrassa eus an tregont iliz, pe var dro, a zo e Rom en enor d’ar Verc’hez ; ac eno ne scuize o pedi, ne vouie peur e teue an noz varneza. Un nosvez m’edo e pedi en iliz venniged-se, e oe estazied, en em gavas, en e spered, evel saved varzu an Ee, ac e velas o tont en iliz Salver ar bed, ac a bep tu deza sant Lorans ha sant Vicent, Rouanez an Ee o heul anezo, ac un niver braz a Verc’hezet iaouanc-flam, un dudi o gvelet ; ac ar Batriarchet, ar Profedet santel, sant Iann er penn araog o ren anezo ; an Ebestel, sant Per ha sant Paol er penn araog ; sant Stefan e penn ar verzerien ; ac ar zent all goude, sant Martin e penn, o renn anezo. Oll e tremensont a-biou da sant Herri, ha mont d’en em diouz renc, da gana, ac e trozont outa, var fin o foz, da rei deza da anaout pegen cared oa er Baradoz, dre ’n abeg ma oa mad ha guirion ouz e bobl ; ac Verc’hez a gassas unan eus an Elez da bocat deza, ar joa outa, o veza ma oa pur ha chast, evel ma oa, gant e bried.

————


AR C’HUEC’HVET DERVEZ


————
Mari saluded gant an Eal


An Eal Gabriel a oe cassed gant Doue da gaout ar Verc’hez, pevar miz, eme Evodius, goude ma oe dimezed da Sant Joseph. An Eal, ervez sant Jérôm ha sant Ambroas, a oa e doare un den da velet evit dont da zaludi ar Verc’hez, ac a deuas d’e c’haout pa edo o pedi en e c’hampr. Gabriel e zaludas ac a lavaras dezi e vize mam da Zalvar ar bed. Ar Verc’hez a en em gavas evel trubuilled, o clevet an Eal, o veza ma e doa great veu da veza atao Gverc’hez. An Eal a roas dezi da anaout e vize Mam eb terri e veu, dre c’halloud Doue, dre vertuz ha gras ar Spered- Santel ; ac e lavaras dezi ive, e vize Mam Elizabet, dre ur burzud all a berz Doue. Mari neuze, gant ur galon humbl, a lavaras ma vize great bolontez Doue ; ac eus e goad pur e oe furmed corf sacr Salver ar bed.


MIDITA


Salud an Eal da Vari


I


Comprenit ar zalud a reas an Eal da Vari. Me ho salud, emeza, leun a c’hras. Leun a c’hras, setu eno ar c’haëra meuleudi d’ar Verc’hez, ac ac’hano e teu e oll gloar. Evit beza leun a c’hras, pegen stard e rancas beza, da lacaat atao da dalvezout d’e ene an oll grassou a roe Doue dezi ; rac ar Verc’hez e-unan e deuz bet discleried e deuz ranket poania evit gounid kement gras a zo bed roed dezi, nemet ar genta ; ha den ne lavaro an niver eus ar grassou-ze ; p’ e-deuz gounezed muioc’h e-unan, mirited muioc’h a zantelez eget an oll assamblez.

Carout a rafec’h caout un eveledigez bennac gant ar Verc’hez : guelit eus a betra ôc’h leun. Eus a vadou an douar, marteze ; allaz ! Da betra e vezint mad, petra delvezint deoc’h, ma ne d-it d’ar Baradoz ! Eus petra ôc’h leun ? Leun, marteze, a bec’hejou, a ziou fall. O ! claskit eta beza leun a c’hras, ac al leun-se a vezo avoalc’h, a pa vêc’h goullo eus an oll draou all.


II


An Aotrou Doue a zo ganeoc’h, eme an Eal da Vari. Ia, o Mari, an Aotrou Doue a oa ganeoc’h, en ho calon, pa oa oc’h oll garantez ; en ho kenou, rac bepred e comzec’h aneza ; en oc’h oberou, pa ne zonjec’h nemet. da blizout deza : o caera miritou ! Pebez eurusdet ! An Aotrou Doue a oa ganeoc’h, en ho memor, pa zonjec’h bepred e vezec’h ganta ; enho spered, pa viditec’h dalc’h-mad var e gomzou sacr evit o zaouri ; ganeoc’h edo en ho polontez, pa lekeac’h da bep mare pep seurt santimanchou caer en ho calon. A ! ma vizen evel Mari, eb ken c’hoant na ken ioul, nemet da veza atao ive gant Doue ! O ! neuse Doue a ve ive ganeen, a en em blizfe ganeen, evel gant ar Verc’hez Vari ; rac e vrassa joa eo beza gant an dud. Mes siouaz ! O veza ma vezan, evel pa ve guell ganeen beza, gant tud a zo nebeud a vad enno, gant labourou pe tregassou nebeud a zantelez enno ; gant meur a c’hoantegez treuz, penaos e veen souezed ne ve ket Doue ganeen, e collfen va foan, ac e couezfen e meur a bec’hed !


III


Benniged ôc’h dreist an oll gragez, a lavaras ive an Eal d’ar Verc’hez. Benniged, clevet an ano-ze gant Doue, beza galved evelse gant Doue, ha neket eno beza euruz dreist an oll ? An euruzdet-se a zo mired evit ar Zent a-benn an deiz diveza ; rac en deiz-se, d’ar re a vezo da vont d’ar Baradoz e vezo lavared : Venite, benedicti, deuit tud benniged, deuit d’ar joa ! O ! ha ni an dud diskiant ! o clasc, gant cals a boan, ac a bec’hejou marteze, un enor, ur meuleudi, pe un ano braz bennac er bed, e-leac’h poania da c’hounid an ano-ma : benniged ! Petra vezim-ni a vell eus an anvou all, ar re enorussa er bed, mar rancomp un deiz clevet gant ar barneur, ar c’homzou-ma : It pell, milliged maz-ôc’h. Mari a oe guell ganti beza servicherien da Zoue evit beza sur da glevet an ano-ma : Benniged, benniged ôc’h, dreist an oll Verc’het. O Mari, ar meuleudi-ze oc’h euz bet, ha ne zivizec’h ini all ebed. Me, siouaz ! Petra a c’hallan-me da c’hedal ? Pe ano am bezo-me ? A ! ne raan fors mui pe ano a raï an dud ac’hanon ama, gant ma vezin unan eus ar re a vezo galved gant an Doue beo, pe lavaro : Deuit, tud benniged, d’ar Baradoz : Venite, benedicti.

Saludi ar Verc’hez gant resped, o lavare : Ave Maria. Me ho salud Mari. Ar zaludou-ze a rai joa d’ar Verc’hez mar bezont great humbl, gant un ene pur ac ur galon tener ha carantezuz. Silaouit ha sonjit mad petra a livirit, ha Mari ho silaouo ive.


An Ave Maria


Er bloaz 1604, e bro Flandrez, daou zen iaouanc a oa en em dôled d’an oll dizurzou. Un nosvez, m’oant eet da ul leac’h fall, unan anezo, Richard e ano, inoued ac anter-vezo, a lavaras d’e gamarad : — Deomp ac’halen. — Kee, m’ar c’hoantaes, eme egile. — Ma z-eas Richard da glasc e lojeiz. Pa edo o vont d’en em dôler var e vele, e teuas sonj deza n’en doa ket lavared un Ave Maria bennac m’oa custum da lavaret ; ac en em lacaat, dre galz a boan, da zruilla un Ave Maria bennac, abars coueza var e vele. A veac’h oa cousked, ma clevas an or o tigeri ; ac e velas e gamarad, an ini a oa choumed var e lerc’h el leac’h m’oa mez deza beza eet. Richard a oe mantret, o velet diraza un den, tress an ancou, liou ar maro varneza. — Petra, eme Richard, te eo a zo aze ? Petra a c’hoarv ganeet ? Ac ur bourderez bennac es bê c’hoant da ober d’in ? — A ! eme egile, tro ar bourderez a zo eet a-biou ; echu amzer ar farserez, emeza, gant mouez un den e diseper ; daoned oun, evit ur jamez. En eur vont er meaz eus an ti oamp eet da dremen an nosvez enna, oun bet scoed gant ar maro. Va c’horf a zo astenned var ar ru, ha va ene a zo e goeled an Ifern. Ar memes tro a vise c’hoarveed ganeomp on daou, ganeet ac ganeen-me, anez m’eo saved ar Verc’hez da zifenn ac’hanot, dre ma oas boaz da lavaret un nebeudic pedennou, abars mont en da vele. Salo d’it, ma lacaes da dalvout ar gemennadurez e deuz greet d’in dont da zigass d’it. — Ac en kuit, goude beza discuezed da Richard e zoare êuzuz e creiz ar flammou edo o leski enno en ifern. Richard, anter-varo gat e spont, a lammas eus e vele, da drugarecaat ar Verc’hez, stoued ouz an douar. Digemered e oe, dre galz a boan, e couent ar C’hapucinet. Eno e oe scuer vad d’an oll, e reas pinijen galed, da c’hortoz mont d’ar maro evit Jesus-Christ, o prezeg ar feiz e bro Japon.

SEISVET DERVEZ


————
Ar Verc’hez o vont da di Elizabet


Ar Verc’hez benniged, o clevet gant an Eal e devize Elizabet ar joa da veza mam, ac i var an oad ac atao dizer, a zavaz diouz e fedenn, da vont da velet e c’hiniter, da ziscuez ar joa e d-oa, o velet ar c’hras en d-oa great Doue da Elizabet (da veza mam da sant Iann).

Tenn oa ar bale, ha diez an ent a- dreuz ar meneziou, ac eus Nazaret da di santez Elizabet, tostic da Jerusalem, oa un guall-bennad bale. Guir eo, Mari, ervez sant Bernard, n’en em gave ket diez ha ne sante ket poaniou ar mamou all pa vezont e tro da c’henel, o veza ma oa conceved e Mab dre ur burzud eb e bar ha dreist natur an dud all. Pa en em gavas Mari e ti Elizabet, e saludas anezi, ac ar zalud-se great gant ar Verc’hez en d-oe kement a vertuz da ober vad, ma lammas sant Iann gant e joa etre daou gostez e vam (ac e oe divar neuze pur diouz ar pec’hed orijinel). Ar Verc’hez a choumas var dro tri mis e ti e c’hiniter.


MIDITA


Ar bizitou mad


I


Ac a vurzudou e ti Zacharii, pried da Elizabet ! Sant Iann lakeat e stad a c’hras abars beza ganed gant e vam ; Elizabet carged a c’hrassou ; Zacharii bet mud, deuet ar parlant deza. Petra dennas kement a c’hrassou en ti ze ? Mari o tont enna, ac o lavaret eno ur gomz bennac. Pebez eur-vad eo beza bizited gant Mam Jesus !

Jesus en devize galled e-unan, eb e Vam, lacaat sant Iann e stad a c’hras. Neket falvezed ganta ober evelse. Perac ? Abalamour, eme sant Bernard, ma fell deza e teufe peb mad deomp digant Mari (evit enori evel ma tle, an ini en d-euz komered da Vam). Mari a zo eta evel ar c’han ma teu dreiza an oll c’hrassou da gaout bugale Eva.

O ! Mari, pebez enor deoc’h, ha pebez joa d’in-me, rancout ho caret, ac ho kelver d’am zicour ! E peleac’h e vizen brema, anez ma oc’h euz lakeat da zisken betec ennon ar pardon eus va fec’hejou : dreizoc’h, o va Mam, eo deuet betec ennon, evel dre ur c’han. Mari, comzit d’in-me ive, evel da Elizabet, ma clevin ho mouez, ma cargo va ene, evel ene Elizabet, grassou ar Spered-Santel. Allaz, bete vrema trouz ar bed a vouzare ac’hanon ; e garantez fall a vire ouzin na gleven ac’hanoc’h. Ne vezin mui ken caled : o va Rouanez, brema me ho silaouo a galon vad.


II


Ar Verc’hez a guitaas e c’hampric, e leac’h ma edo e-unan gant Doue, evit mont da zilivra Iann- Vadezour diouz ar pec’hed. Evel-se eo red-mad, avechou, lezel Doue evit Doue, evit ober vad dre garantez Doue. Mari a ieas da di santez Elizabet, evit senti ouz ar pez a lavare Doue dezi en e c’halon. Pe seurt sonj oc’h euz-c’hui o vont da un darn tiez ? Pet gveich ôc’h bet eat d’an tiez-se, eneb mouez an Aotrou Doue, a grie varnoc’h dont en dro, ac eneb clemou oc’h Eal-mad ? Ar Verc’hez o vont da di Elizabet, a iea da un ti n’oa nemet tud santel enna. Ar re a zarempredit c’hui, pe seurt tud int ? Mari a ieas da di e c’hiniter, dre vir garantez, gant an err da ober vad d’an eneou : gant pe seurt sonj, ac en aviz petra ez it c’hui d’an tiez da velet an dud ? Marteze evit coll an amzer, evel pa ve re aneza ; marteze zoken ez euz sonjou fall o cass ac’hanoc’h, Pebez coll, coll an amzer a zo da c’hounid ar Baradoz ! Grit bizitou mad, ac ar Verc’hez a vizito ac’hanoc’h gant madelez. Discuezit eûz ouz ar bizitou a denn d’ar pec’hed ; lizt a-gostez ar bizitou null, ha grit ar bizitou a dleer ober, en aviz ober evel ar Verc’hez.


III


Divar-benn petra e comze etrezo ar Verc’hez ac Elisabet ? Eus a Zoue ac eus a draou santel e vize ano ganto. Elisabet a zaludas ar Verc’hez evel Mam da Zoue. Ac a beleac’h e teu d’in-me an eur vad-ma, eme Elisabet, ma teu Mam va Doue d’am zi ! Mari a roe an oll c’hloar da Zoue, ac a antonas e c’hantic : Magnificat. Ha c’hui, petra a lavarit pa zit da velet unan bennac ? Pa gaozeit ouz an dud ? Mar lavarit comzou null, comzou vean, mar droug-prezegit, mar laoskit teodadou fall, pebez gaou ouzoc’h oc’h-unan, ha pebez dizenor d’ar Verc’hez, ouzpenn coll ar re a zo o silaou ! Ar Verc’hez ne gomze nemet evit gounid eneou da vont d’ar Baradoz, ha c’hui bugale da Vari, a zigorfe ho kinou d’o c’holl ! Petra a respontoc’h pa c’houlenno diganeoc’h an eneou ho pezo colled gant ho teodadou fall ? Abalamour d’an enor dleed d’ho mam en Ee, ac abalamour d’oc’h ene paour, diouallit ouz ho teod, ac evit na lavaroc’h nemet traou mad, bezit atao, evel Mari, gant Doue, ha Doue a vezo ganeoc’h.

Bugale da Vari, serromp cloz or ginou ac on discouarn d’ar c’homzou divalo. Al labous a anavezer diouz e gan, ac an den diouz e gomzou.


Bizitou sant Ligori.


Doue a felle deza e vise an aotrou sant Ligori ur c’helenneur braz da bep seurt tud, ac a reas deza tremen dre an tribuillou, ar poaniou spered, ar voall-zonjou. Eleac’h mont neuze da redet ama ac aount, da glasc compaïgnunezou ar bed, ez ee da ober bizit d’ar Verc’hez, ac e ro ar memez ali d’ar re all. Pa stourmo ar boan ouzoc’h, emeza, pa vezo nec’hed ho spered, pa c’hoarvezo ganeoc’h voall darvoudou, it da ober bizit d’ar Verc’hez, ac e easaio d’ho spered, e consolo ac’hanoc’h. Sant Ligori, ac en var an oad, a deue voall-zonjou deza eneb peb vertuz, mes e fizians e Jesus ac e Mari a ree deza caout ar gonid bep tro. A veichou e vise cleved, en noz, o lavaret : Va Jesus, ken dous, grit ma varvin, ken eget voall-ober eneb deoc’h. Mari, va mam dener, diouallit ac’hanon bepred ; rac, mar n’em zicourit, e c’hallfen ober voaz eget Judas. — Ar spont, ann disesper a venne, a vareadou, gonid varneza, ha neuze en em erbede stard ouz Jesus ha Mari. Ne ree bizit ebed d’ar Zacramant, eb trei ive ouz aoter ar Verc’hez, ac ober bizit dezi goude ober da Jesus. Setu eno ar bizitou guella. C’hui, pere eo a rit aliesa ?

————


AN EISVET DERVEZ


————
Sant Joseph nec’hed


Ar Verc’hez a oa abaoue tri miz, o tougen Jesus, pa zistroas eus a di Elisabet a Nazaret. Eno sant Josef ne anaveze ket c’hoas ar mister braz, ne vouie ket c’hoas edo ar Verc’hez o vont da lacaat var an douar Salver ar bed. Sant Josef en em gavas nec’hed. Anaout a ree santelez e bried, mes ne oa ket evit gouzout penaoz displica ar pez a vele gant e zaoulagad. Ma reas e zonj da zispartia diouz e bried, ebtrouz ebed, eb e goall-vruda etouez an dud. Neuze e teuas un Eal da ziscleria deza ar mister braz : Josef, mab da Zavid, eme an Eal, n’ho pezit aoun ebed evit delc’her ganeoc’h Mari ho pried : rac ar pez a zo ganed enni, a zo bet furmed gand ar Spered-Santel. Lacaat a raï er bed ur Mab, e rooc’h deza an ano Jesus, da lavaret eo Salver, rac ê eo a zavetei e bobl en eur e zilivra diouz e bec’hejou.

Evelato, ervez darn eus an Tadou Santel, Josef a oa sur avoalc’h e d-oa conceved Mari dre vertuz ar Spered-Santel, ha no zonje pellaat diouti nemet abalamour ne gave ket deza oa din da veva gant ur Verc’hez ken santel, ken tost da Zoue. Evel sant Per, divezatoc’h, o lavaret da Jesus-Christ : Va Mestr, pellaït diouzin, me zo ur pec’heur.


MIDITA


Poaniou an dud vad ac an droug-sonjou


I


Pebez nec’h, pebez poan spered da Josef ha da Vari ! Mari a vele e fried nec’hed divar e fenn, ac e-unan e vele oa tro da zroug-sonjal anezi, da rei dezi brud fall ha d’e c’hass eus an ti. Piou en devize galled sonjal e vize bet ar seurt encrez ac ar seurt tevalizen-se on un ti ken santel ! Piou en devize sonjed en devize roed Doue ar seurt poaniou-ze, d’ar re a gare evel ma care Mari ha Josef ! Doue a fellas deza eno rei tro dezo da ziscuez en o buez ar vertuziou tenna, ar re a c’houlenn ar muia calon ac ar muia nerz. Doue a felle deza ive o lacaat e stad da gaout diganta c’hoas a c’hrassou caer. Ar poaniou braz, a zo mercou da anaout ar re a zo muia cared gant Doue ; peb christen a dle eta, pa stourmont outa, soubla humbl d’e volontez.


II


Mari a c’halle pellaat divarni ar beac’h pounner-se, o tiscleria da Josef ar mister braz. Tevel a reas, evit lezel Doue e-unan da viret e enor dezi. Ama Mari a zesco deoc’h beza humbl, cuzat ar pez a rafe calz a enor deoc’h dirag an dud. Guell eo tevel, evel Mari, eget en em zevel ac ober re a zigorou. Ar Zent a zo bet voall-zonjed anezo ive : mar c’hoarvez ar memez tro ganeoc’h, tavit (na zavit ket re ho mouez diana). Sant Josef ne reas rebech ebed d’e bried, ne oe cleved o clem e nep leac’h. Mar sonjas lacaat e bried d’e guitaat, e tioualle atao na lacaze brud fall ebed da zevel anezi. Sant Josef, ama, a lavar deoc’h gouzav sioul ho poaniou, eb o bruda, o tiscuez atao dousder ha patiantet. Diouallit ive na veec’h re vuan da zroug sonjal eus an dud ; ha lacaït evez na rafec’h dezo coll o ano mad ac o enor. Ar bed, siouaz ! a zo leun a zroug-prezegerez, ac a veac’h e veler unan bennac o tistrei o brud vad d’an dud, goude beza great dezo e goll. Marteze ez aï eleiz d’an Ivern evit ar pec’hed-se.


III


Pa edo Mari ha Josef en o brassa anken, Doue a gassas un Eal da rei da anaout da Josef mister an Incarnasion (Mab Doue conceved e cof sacr ar Verc’hez dre c’hras ha dre vertuz ar Spered-Santel). Doue a lez a veichou e vignonet da goueza er velconi, mes ne fell ket deza lezel anezo da vancout dindan o beac’h. Pa vancan dud dezo, e tigass e-unan sicour dezo eus an Ee. Setu eno pez stad a ra eus ar re a en em lez da veza cassed ha digassed ganta, ervez e volontez.

Va Zalver carantezuz, guelet a rit va zristidigez, an devalizen a zo var va spered, ac a laca aneza ken diez. O ! mar clefen ac’hanoc’h o lavaret d’in ivez e goeled va c’halon, evel da sant Josef : — Bez eb aoun ! — Pebez joa da sant Josef pa glevas ar gomz-se gant an Eal ! Mes, pebes glac’har en devize o veza ma oa bet tost deza drong-sonjal eus a Vari ! Pegement e santas e resped o creski pa velas edo Mam Doue en e di !

Evit ober plizadur d’ar Verc’hez, bezit devod da Sant Josef. Pedit aneza ive evit ma tiouallo ac’hanoc’h diouz an droug-sonjou, an droug-comzou. Mari eo a gass an dud bete Jesus ; mes Josef eo a gass eassoc’h an dud da gaout Mari.


Ur c’hreg e bro Sina


Ar poaniou spered, ar zagrinou, an droug sonjou a stourm aliez ouz peb seurt tu. Neket souez, abaoe m’en deuz ar pec’hed tenned evel malloz an Aotrou Doue var e grouadurien. Sant Josep ac ar Verc’hez o deuz bet o lod eus ar poaniou-ze. Evelse e vouezont petra eo poan, ac e c’haller, gant fizians, en em eberdi outo : truez o devezo ouzomp. E bro Sina oa ur c’hreg, e doa kement a boan gant e goaz, kement a zroug a oa etrezo, ma venne aliez mont d’en em laza. E c’hovesor a lavaras dezi lacaat e fizians er Verc’hez, ac caout atao ganti ur chapeled. Ur miz goude-ze, ez eas da gaout e c’hovesor. — Va zad, emezi, ho-bezit truez ouzin ! trist eo va doare. Mar d-oun beo c’hoas, mar n’emaoun ket brema doun-doun en ifern, ne ket me eo em euz mired. Avoalc’h em euz greet evit mervel : eved em euz poezon. Poan vouzellou, distôler, dislonca poezon, setu tout ar pez a zo c’hoarvezed ganên. Ac a veich oun het en ent, en aviz mont da veuzi ! Ac atao, un dorn e cuz am dalc’he var bord ar ster. — Ac e leve, e voele, ar baourez keaz. Caout a ree dezi oa null dezi pedi, oa daoned. Evelato, e talc’he mad d’e chapeled, a veze atao ganti. O clevet se, o clevet e talc’he mad d’e chapeled, ar missioner a velas e pe leac’h edo an dalc’h, en doa miret ouz Satan da zont da benn anezi, ac e lavaras dezi mont humbl ha devod da zaoulina eharz treid ar Verc’hez. Senti a reas, ac e troas da vad ouz Doue, gant fizians en e drugarez, ac e tanvaas, pelloc’h, ar joa a zo etouez ar poaniou c’huerva er vuez-ma, d’ar re a zonj er joaiou a zo er penn all, ac a glasc biza dezo.

AN NAVET DERVEZ


————
Ar Verc’hez var c’hed da c’henel Jesus


Pa oa deuet ar mare ma oa falvezed, a bep eternitez, gant Mab Doue dont er bed-ma o c’henel gant ur c’horf evel d-om-ni, Mari a zonjas mui-ouz-vui da gaout pep tra prest ha deread a-benn ma lacaze er bed o Mab ac e Doue. Evit ma vize prest ar pez a zeree ouz ar c’horf, e doa bet sclerijen a-berz Doue, da c’houzout ne oa ket bolontez e Mab genel e creiz an digorou. Er baourentez eo en d-oa bolontez da c’henel o veza ma teue er bed da zeski d’an dud beza humbl, ha paour a galon. Evelse e c’houlennas ouz Josef rei ur pez bennac laboured ganta (calvez oa) e troc evit ur pezic mezer gloan bennac mad da c’holo ar Mabic Jesus. Mes al lienach a oa lien lin guenn-cann, ac eus an ini finna, tailled ac gried gant ar Verc’hez e-unan. Abaoe ez euz bet saved, divezatoc’h, en enor d’al lien sacr-se, un Iliz caer, ac great ur gouel be bardon, ervez sant Jermen. Evit beza e stad da zigemeret Jesus, var ar pez a zere ouz an ene ebken, ar Verc’hez a rea en e c’halon pedennou c’hoas startoc’h, dre ma tostee an eur, gant ar vall e d-oa, en e spered, da velet er bed, da starda var e c’halon, da adori e Doue deut da veza e Mab. An Iliz a ra ur gouel, an 18 a viz Kerzu, en enor d’ar Verc’hez var c’hed da c’henel e Mab.


MEDITA


Err da gommunia


I


Sonjit pegement a vall en doa Jesus da zont var an douar, evit labourat da brena d’eom-ni ar Baradoz. Ha ni cousgoude, pegen nebeud a vall a ziscuezomp da lacaat enori Doue ac e garet ! Jesus, evelato, a choumas nao miz evel an dud all, abars dont en o zouez, evel pa vize da zeski deomp en em denna en difoul, evit beza ganeomp on-unan ac entent ouz afer ar zilvidigez, o lacaat or spered da zonjal, evit gouzout penaoz eo en em zavetei, ac o pidi a-galon vad. Ar braz eus ar bloaz a roer d’ar bed, d’ar c’horf : ha ne ve ket dleed miret bep bloaz tri dervezic evit beza o sonjal e Doue ac en ene evel er Retred ? Eb ar retred ne c’haller ket disgrizienna ar voall-zantimanchou ac ar pec’hejou. Guelit, ac e santoc’h pegen dous eo beza o comz ouz Doue ebken, ac o silaou Doue da gomz ouzomp.


II


Ar Verc’hez a verve e c’halon enni, ac a huanade, gant ar vall da velet ha da adori ar Mabic Jesus, ac gant ar joa e doa o rei deomp an tenzor-se eus an Ee, evit savetei ac’hanomp. Ha c’hui, peleac’h ema an err-se, ar vall-se ennoc’h da velet Jesus, da zantout aneza o c’henel en ho calon ac e calon an dud ? Ar vall-se am befe, o va Zalver, mar carfen ac’hanoc’h avoalc’h, mar lacafen ennoc’h vajoa !... Sulvui a c hrassou am befe ive diganeoc’h er gommunion....


III


Ar Verc’hez en em lacaas e stad da zigemeret Jesus e Map, dre actou a feiz cre, a esperans ferm, a garantez ardan, ac an oll actou caera evit beza e gras Doue. Caera scuer evit tostaat ouz ar gommunion ! Penaoz on euz great bete vrema ? Ur gommunion vad avoalc’h a rafe ur Zant eus a un den. Perac goude communia aliez e vellaer ken nebeud ? Allaz ! nen em lacaer ket e stad vad avoalc’h da zacramanti, ac e tostaer evel gant ienien.

Kemeret scuer var ar Verc’hez. Lavaret da Jesus e carfec’h caout santimanchou evel ouz re ar Verc’hez, evit tostaat gant joa ac carantez ouz Jesus er zacramant.


Ur verc’h iaouanc


Ur verc’h iaouanc pinvidig, a oa deuet n’e doa ken joa nemet o sacramanti, ac e ieas da veva e couent, evit gallout communia aliez. Ar joa a zante en e c’halon ouz Jesus-Christ cuzed er zacramant, a oe aned da velet, dreist-oll var e maro. Pa oe deuet ar mare da gass e Doue dezi, en e c’hlenved, e lavaras d’ar vam-leanez : — Va mam, emezi, pell pell a oa e huanaden gant ar vall da velet an deiz-ma, an deiz ma vezin lakeed unan gant pried va ene. Setu en var nez dont d’am c’haout, an Doue oll-drugarez, evit beza va bevans ed an ent etro ama ac ar Baradoz. A ! va mam, pedit Doue oll-galloudeg, lavarit da va c’hoarezet pedi aneza a vir galon, ma tigasso an elez mad d’am lacaat en doare m’eo dleed beza, evit ur gouel ker caer, o c’hoeza sonjou santel em spered ; ha ma vezint en dro d’in keit ha ma vezo Jesus-Christ ganeen, d’en enori evel ma reont en Ee. Va muia-cared a zo var nez dont davezon. Setu an eur da ziscuez joa ac carantez, pa deu Jesus-Christ ennon, evit beza d’in bevans an ent, ac’halen d’an Ee. Va mam, pedit eta rouanez an Ee da zont da ober compaïgnunez deza. Setu me o vont d’en digemeret e va c’halon an dro ziveza er zacramant a garantez. — Goude-ze e pedas ar vam leanez da lacaat ingala ur guiscad bokedou ha pep seurt bleunviou var an ent ma tlie Jesus-Christ mont dreiza, ac ive var leur e c’hampr. Ar vestrez-leanez a reas e lavar ; ac e oe ingaled bleunv, bokedou roz, bokedou jesini, bokedou jenofl, pep seurt bleunviou, c’houez vad ganto un drugar, evel pa vise un ezennic eus ar Baradoz o c’hoeza er gampr. Ha pa deuas ar zacramant, al leanezed en em lacaas var diou rencad, peb a c’houlaouen ganto, e pep tu d’ar guele ; ac ar verc’h iaouanc benniged, pa velas Jesus o tostaat, a venne lammet a ziarbenn d’en digemeret, gant an erder eus e joa. Ac’hano bete ma tremenas, ne eane o starda var e muzellou imach sacr an Ini a oa diskenned en e c’halon.


————

DECVET DERVEZ


————
Jesus ganed


Pa oe Mari prest da c’henel Jesus, e roas an Impalaer August an urz da ober ur roll eus an dud a oa var an douar, ac e rancas peb ini mont da vro e dud. Mari ha Josef en em lacaas eta en ent da vont eus Nazaret da Vetleem, kear David, o veza ma oant o daou eus lignez David. Ur veach tenn ; rag ar goanv a oa, meneziou da dreuzi, ac e oent pevar dervez en ent. Pa en em gavsont e Betleem e cavsont an hostaleriou leun a dud, deuet di eveldo, ac e rancsont loja en ur c’hraou. Eno eo, en noz, e lacaas Mari Jesus er bed, Jesus guir Doue, guir den ive. En eur c’henel Jesus, Mari ne zantas nep seurt poan ebed, ac e santas en ene ur joa, n’euz joa ebed er vuez-ma da dostaat. An Elez a ganas Gloria in Excelsis. Gloar an Eou, da Zoue, ha var an douar joa d’an dud. Ac e lavarsont d’ar bastoret, a oa gant o loened en noz, oa ganed o Zalver ; ac e teusont d’ar c’hraou, ac e taoulinsont dirag ar Mabic Jesus da anaout o Doue, gant ur galon humbl ha devod.


MEDITA


Digeri ar galon da Jesus ha da Vari. Senti.


I


Evit senti ouz an Impalaer, Mari en em lacaas en ent gant Josef, da vont da Vetleem. Eno e velas Mam Doue an oriou o serra outi, o veza ma oa paour, ac e rancas clasc loj en ur c’hraou. Ne reas clem ebed, nac ’evit beza scuiz, nac evit caout riou, nac evit guelet Betleemis o serra o d-or outi. Eno Mari a zesc deoc’h gouzav ar riou, an domder, peb seurt amzer evel ma eo red ober evit caout muioc’h a-ze a joa en Ee. Comprenit ive pegen euruz eo an ini a vez disprized, goapeed abalamour da Jesus-Christ, ac abalamour ma sent ouz e lezenn !


II


Mari lezed er meaz gant keris Betleem, a c’hanas Jesus en ur c’hraou. Pet guech eo bet ar Vam vad-se o skei var d-or ho calon evit lacaat Jesus da c’henel eno. Serred oc’h euz an or outi. Perac ? Allas ! n’oa plas ebed mui dezi en ur galon leun eus peb seurt carantez fall. Cassit ar re-ze er meaz, ha digorit da Vari, ma lacaï Jesus da c’henel en ho calon, ma lacaï ac’hanoc’h d’e garet. Mar oc’h euz c’hoant da garet Jesus, it da Vetleem : evesaït ouz ar c’hrouadur a zo eno en ur c’hraou, ac ho calon a deneraïo. Silaouit e glemmou. Perac e voel ? Truez en deuz ouz oc’h ene. Goude en em lacaat ken dister da velet, e ranc c’hoas beza tached ouz ur groaz evidoc’h... O ! Ha me an den cousgoude ! Un Doue stad avoalc’h eus va ene, da rei e vuez evit va savetei, ha me ne raan van ebed eus va silvidigez !


III


Mari a adoras e Mab, en anavezas evit e Doue, gant ur feiz cre, ac er c’hemeras gant resped, gant ur galon humbl, gant calz a garantez ac a joa, ac a ofras aneza evit silvidigez an oll. Oc’h-unan, goude communia, perac ne rafec’h ket ive actou evel ar re-ze ? Mari a vailluras ar Mabic Jesus, ac ur c’hraou a zervichas deza da gavel. Ha c’hui ne glaskit marteze nemet traou caer ac eaz en dro deoc’h. Da Jesus ar ienien ac an dienez, ha d’in-me atao an traou mad ac eaz ; da Jesus an dispriz ha d’in-me an enor... Pebez kem, pebez dissevel etre Jesus ha me ! Daoust ha Mari, ac i a c’hallo va anaout evit e c’hrouadur, mar bezan atao ken dissevel diouz Jesus, e c’henta ganed ?

Digorit ho calon da Jesus, pa c’houlenno digor o tigass deoc’h sonjou mad, ha prometit deza e vezoc’h mad da zenti, pa eo ar vertuz-se eo a ziscuezas o tont da Vetleem da c’henel.


Ur marc’hadour


Ur marc’hadour devod, ur christen diouz ar penn, a roe, da zeiz Nedelec, o lein da dri baour : da ur c’hrouadur, da ur vam, ha da ur goaz paour, en enor d’ar famill santel, Jesus, Mari ha Josef. Var e varo, e velas Jesus o tont d’en em lacaat diraza gant ar Verc’hez ha sant Josef, ive, ac e lavaras Jesus deza : Pa es beuz roed da zibri deom-ni ken aliez, da zeiz Nedelec, e teui ganeomp brema da loja d’an Ee. Ar marc’hadour-se a vouie penaoz dreist savarou ar bed-ma, ac a-dreuz e aferou all, biza d’ar baradoz.


————

UNNECVET DERVEZ


————
Purification ar Verc’hez


Daou-ugent dervez goude ma oa ganed Jesus, ez eas Mari da Jerusalem, evit senti ouz lezen ar Burification, ac ofri e Mab en templ... Al lezenn-ze ne dize ke ar Verc’hez ; ne d-oa izom ebed da zont pur, pa oa Gverc’hez ha Mam (pur dreist an oll). An den coz Simeon en em gavas da zont ive en templ d’ar memez mare. Etouez ar mammou deuet d’an templ evit senti ouz al lezenn, Simeon a velas Mari, ur sclerder gaer en dro dezi ; ac evelato edo a-drê d’ar re all. Neuze, var a verc Timotee, beleg eus a Jerusalem, Simeon a lavaras d’ar mammou all-se : Neket deread, emeza, e ve ar zervicherez et er penn-araog, ac e ve lezed a-drê Rouanez an oll. Simeon a oa un den ervez Doue. Ar Spered-Santel en d-oa roed deza da anaout ne varvse ket, ken n’en devize gveled ar Messias var an douar. E velet a reas, ac er c’hemeret etre e zivrec’h en eur veuli Doue gant joa. Ac o trei ouz Mari e tisclerias dezi e savse eleiz eneb Jesus, ac e vize treuzed e c’halon gant ar c’hlac’har evel gant ur c’hleze.


MIDITA


Var ar mister-ma


I


Mari, er mister-ma, a zesc deomp beza humbl. Eviti da veza Mam Doue, e ra evel pa ne vize nemet mam da un den ; eviti da veza oll-pur, e ra evel ar re ne oant ket, ervez al lezenn. Ha ni, er c’hontrol, en em laca guelloc’h eget na d-oump. Mari a zoublas da ul lezen ne oa ket great eviti, n’edo ket dindan lezen ar Burification, ac evelato e reas kement a c’hourc’hemenne al lezen-se, ha ni, eleac’h ober en tu all d’ar pez a c’houlenn al lezennou, a vanc aliez d’ar pez a c’hourc’hemen Doue ac an Iliz da rancout beza great. O ! pegen piz e sellomp-ni pa c’houlenn Doue, un Tad ac a ziscuez deomp kement a vadelez.


II


Sonjit e ro Mari da Zoue ar pez a gar muia, e Mab ker. E ofr a reas da Zoue, evit ma z-aze d’ar maro evidomp. Doue a c’houlenn ive ur zacrifis bennac, ma tistago ho calon diouz ar re ma ve re stag outo ; ac e revuzfec’h ? Pa reas Mari e zacrifis da Zoue en templ, petra oe prometed dezi ? Merzerentiou, croaziou, poaniou braz. — An anken a dreuzo ho calon evel ur c’hleze, eme Simeon da Vari. — Evelse e ra Doue, aliez, de vella mignonet. Ia, aned avoalc’h eo, rac ar pounnera croaz, ar poaniou crissa a zo da Jesus ha da Vari. Ho clemou c’huero, siouaz ! a ziscuez ne gredit ket avoalc’h ar virionez-se.


III


Doue an Tad a felle ganta e vize ofred e Vab deza dre zaouarn Mari. Caera oferenn, caera sacrifis ! Mari eo a ofr, Jesus eo a zo ofred ! Roit ive pep tra da Zoue dre zaouarn Mari, o lavaret dezi rei da Zoue evidoc’h ar pezic a vad a vezo great ganeoc’h ; ha sur an donezon a blizo deza, ac e ve dister. Doue a zo falvezed ive ganta e teuze deomp, digant Mari, Jesus e Vab, ac ive ann oll vadou-all. An Tad en Ee ne c’hall revuz netra d’e Vab, nac ar Mab revuz netra d’e Vam, nac ar Vam vad-se revuz netra d’ar re a bed anezi evel ma eo dleed.

En em lacaït eta e servich ar rouanez vraz-se. Lavarit dezi kinnigen evidoc’h da Zoue kement vad a reoc’h ac goulennit diganti ar c’hras d’e c’haret.


Eleonora


An dud all, siouas ! no deuz ket an eurvad da veza pur ha neat, evel ar Verc’hez ; mes Doue, ken trugarezuz, en deuz lakeet en iliz ur funteun da zigass anezo pur : sacramant ar binijenn. Pebez maleur, pa ne reer nemet dua mui-ouz-vui, goude tostaat ouz ar funteun sacr-se ! Pebez maleur !! Eleonora a oa ur verc’h a garantez Doue. Ouz ar seurt tud-se, aliez, eo e stourm ar droug-spered gant ar muia ioul ; foug a vez enna pa c’hell o lacaat da goueza en ur pec’hed bennac, dreist-oll en ur pec’hed eus ar re a ra ar mui mez d’an den, ac ar re pounnerra da goves. Eleonora a gouezas en unan eus ar seurt pec’hejou-ze, outi e-unan, en ur pec’hed, ac a ree sulvui a vez dezi ma oa bet pur bete neuze. Ac ez eas trist, e-doare pa vise bet clanv, ac ez oa e guirionez. Mantred oa, ken na venne disesperi. Ne doa nemet ur gomz da lavaret d’e zad spirituel evit beza pare, ac evit rei deza ar joa a zanter atao o tenna un ene eus a boan. Ar c’heuz a oa cre e calon Eleonora ; e c’hovesor n’e vize ket nec’hed, rac crog a oa eno d’an absolvenn. Allaz ! an diaoul mud a oe treac’h. Nac’h a reas ! setu ur sacrilach ! communia : setu ur sacrilach all ! O ! trista stad ! Eleonora e doa skiant, ac a venne mont e disesper. Clevet a ree, enni e-unan, ur vouez o lavaret dezi : Daoned e vezi, d’an ifern ez î. A veichou all e lavare an droug-eal dezi : Coulz eo d’it, brema, en em dôler d’an oll blizadurezou, ma santi joaiou an douar p’eo null d’it sonjal e joaiou an Ee. — Ac a bet ini a vez trec’hed gat ar seurt voall-zonj-se ! E zud o velet Eleonora en ur stad ken trist, a en em erbede stard, eviti, ouz ar Verc’hez, ouz an ini a zo anved Salusinfirmorum, pare ar re glanv. Un nosvez, dre e c’housc, e velas ar Verc’hez o sina dezi mont de c’haout. Eleonora, o santout e doa Mam Jesus truez outi, pa zivunas, a en em dôlas var e daoulin d’en em erbedi outi gant fizians. An deizou varlerc’h e tigouezas ganti, dre c’hras Doue, en em gaout da zilaou ur zarmon divarben trugarez an Aotrou Doue e kever ar bec’heurien ; ha divarben unan, en doa bet nac’hed e bec’hejou, a oa bet tost deza coueza en disesper, a droas gant fizians ouz ar Verc’hez, ac a oe saveteed. Comzed e oe ive divarben unan, a oa bet o coves gant sant Francez de Saal, ac o sonjal en traou udur en doa discleried, e cave deza sant Francez n’en devize istim ebed mui evita, ken na lavaras freaz sant Francez deza, n’en devise nemet mui-ouz-vui a joa outa. Eleonora, goude ar zarmon-se, o santout e ra joa, calz a joa da vinistret Jesus-Christ caout tro da harea un ene clanv, a laouenaas oll ; ac i mont da zaoulina dirag imach ar Verc’hez, en eur scuilla daelou a garantez ac a esperans ; ac e oe mall ganti discarga neat e c’houstians. — Ha ne ket, Eleonora, e cavit gras ? — A ! emezi, n’oun ket evit lavaret deoc’h pegement e cavan gras ! — Ur veich all, Eleonora, na zilaouit ket an Ærouant, mar teufe da glasc serra evelse ho kenou deoc’h. — A ! eme Eleonora, re eo cousted ar gentell-ma d’in, evit ma teufen d’e ancounac’haat ?


————

AN DAOUZECVET DERVEZ


————
Ar Verc’hez o vont d’an Ejip


Jesus ganed a iea mui-ouz-mui bemdez ar brud aneza dre ar vro. Ar bastoret marteze, a vrude an traou caer o d-oa cleved gant an Elez ; an tri Roue a c’halle ive counta divarbenn ar steredenn nevez o d-oa gueled ; ac ar c’helou eus ar pez o d-oa lavared Simeon ac Anna en templ (dirac ar mammou-all) a redse buan avoalc’h ive dre ar vro. Herodez ne zaleas ket da zonjal meur a dra, ha da gaout aoun na vize mui Roue. Crena a rea, muioc’h c’hoas, goude m’en doa cleved an tri Roue, e Jerusalem, o lavaret edont o clasc Roue ar Iuzevien nevez ganed. An tirant-se a reas laza, e Betleem, ann oll vugale vian, en esper laza Jesus-Christ gant ar vugale all eus e oad. Doue a gassas un Eal da lavaret da Josef tec’het, ha mont d’an Ejip, gant ar Mabic Jesus ac e Vam.

Eus an oll veachou o d-euz great gant Jesus, Mari ha Josef, beach an Ejip a oe ar poaniussa. Mont a rancsont diouz-tu en ent, eb netra brest, ac e oe red dezo clasc repu etouez tud estren a païanet. Pa en em gavas Jesus var douar an Ejip, e oe gveled idolou an doueou faoz o coueza var o fen d’an douar ; ne oant ket evit choum en o zav dirag an Doue beo.


MIDITA


Mont el leac’h ac er stad ma fell da Zoue


I


Un Eal a deuas da lavaret da Josepli : Savit ha tec’hit kuit… Da biou eo tec’het ? ha da beleac’h ez aï ? Jesus-Christ nevez ganed eo a ranc tec’het kuit. E vro, bro e dud, kement er c’hare eno, kement a c’halle caout, eo a ranc da guitaat. A veac’h eo deuet er bed, ma clasker caout e vuez. A vianic en em gav var ent ar poaniou, var ent ar groaz, ac ez aï gant an ent-se bete menez Calvar, eleac’h ma varvo dre garantez evidoc’h. Ac evelato, pegen digalon ôc’h o vont var e lerc’h, goude m’en d-euz digoret an ent deoc’h ! Sonjit ive pegen aliez e teu Satan da ober brezel da Jesus en ho calon. Ker buan ha ma ve ganed eno, e teu an droug-spered, ar bed ac ar c’hic da glasc rei deza taol ar maro. Ha neket guir-ta, pa vezit bet o communia ho pevez aliez muioc’h a zonjou fall, a fall-galon ac a zic’hout da bedi ? Satan, o clasc ho tic’houti diouz ar gommunion ! Mes, dalc’hit-mad, arpit outa, ha grit ho tevosion evelato. Silaouit ive au Eal, o lavaret da Josef : Tec’het. Tec’hit ive araog ar guall-compagnunet ; na rit van evit goaperez ; diouallit n’ho pê aoun rag ar seurt idolou-ze ; coueza a raïnt var o fenn dirac Jesus.


II


Kemerit ar c’hrouadur ac e Vam, eme an Eal da Joseph. — Ia, ac an dillad d’en em visca ? ac ar bevans evit an ent ? Ano ebet anezo gant an Eal. Jesus ha Mari, setu eno madou Josef. Ar re-ze a dlefe ive beza va oll vadou-me. Coll an oll draou-all ne ve netra, gant ma ve Jesus ha Mari ganeen. Mar choum unan, e choumint o-daou ; mar collan unan, o c’hollin o-daou. Petra rafen-me neuze, ac e ve ar bed-oll d’in ? Jesus ha Mari, oll joa va c’halon, gant ma vezin sur e choumoc’h c’hui ganeen, adie d’an oll vadou all.


III


Tec’hit ac it d’an Ejip, eme an Eal da Joseph. — D’an Ejip ? da beleac’h ? Pell diouz e vro, diouz e dud. Meur a ini a vez galved ive da vont pell diouz o bro, pell diouz o zud, diouz o mignonet. Dalc’hit atao da volontez Doue. Mar d-it er stad ma fell da Zoue ez afec’h enna, mar sentit pa ho calvo, e rit cals evit savetei oc’h ene.

Goulenn ar c’hrass da vont e leac’h ac er stad ma fell da Zoue.


Un den iaouanc stard en e lezenn


Trist oa d’ar Verc’hez rancout mont d’an Ejip, en ur vro bell eleac’h ne vise anavezed gat nicun. Trist eo ive, tristoc’h c’hoas, da un tad, da ur vam, da ur breur, da ur c’hoar, pa ranc ur mab pe ur breur, pa ranc unan bennac eus o zud mont e pell bro, etouez tud estren ; rac aliez, siouaz ! ar re a iâ d’an Egip, ar re a ranc divroa, a lez Jezus ha Mari pell diouto. An darn vuia eus ar re a guita o bro, a c’hoarvez se ganto, pa zigouezont gant tud difeiz. Porac no reont evel un den iaouanc a galon, a oa en ur scol vraz o Paris. En eur lavaret kenavezo d’e vam, e prometas dezi e talc’hse mad d’e chapeled. Un droad, e couezas eus e c’hodell. E gamaradet, tud eb feiz na reiz, a zestumas aneza, ac e lacaat e beg ur vaz, ac o sevel anezha uhel, d’ann oll da velet, e crient : Da biou ar chapeled ? da biou ? piou eo ar bigod en om touez ? An den iaouanc-ma, enor deza, o velet e vanke e chapeled en e c’hodell, a dostaas, dispega aneza diouz penn ar vaz : — D’in-me, d’in-me eo, emeza ; me eo ar bigod-se ; bennoz deoc’h. Digat va mam eo, ac evit caout sonj anezi, ne garfen ket e goll. — E gamaradet, o velet e galon ac e lealdet, a zavas o mouez : Enor deza ! emezo. Divar neuze, an oll o doe joa outa, ac a glaske ober camaradiez ganta (1840). — Iaouankiz, mar digouez ganeoch mont d’an Ejip, rancout divroa, cassit ganeoc’h, en ho calon, Jesus ha Mari. Dalc’hit mad d’ar pez oc’h euz desked divar ho catekiz ; ha mar teu deoc’h mervel pell diouz ho tud, eleac’h ne ve den ebed da drei ac’hanoc’h en tu diouz ar baradoz, e vouezoc’h trei oc’h-unan var an tu-ze, ac e reoc’h da viana, abars mervel, actou a feiz, a esperans, a garantez, a gontrision ; ha ma ve carantez avoalc’h, ha contrision barfet en ho calon, ne vêc’h ket colled.


————

AN TRIZECVET DERVEZ


————
Buez ar Verc’hez en Ejip


Ar Verc’hez, evit mont di, a rancas ober ur guall bennad ent ; rac eus a Vetleem d’an Ejip, e counter daouzec dervez bale. Lacaat a reer e tispignas en ent ar pez e d-oa esperned eus ar presanchou bet digant an tri Roue eus ar Zao-Eol, goude beza bet sclerijenned var gement-se a berz Doue. En Ejip e kemeras un tiic e-harz ar gear a anver brema Kêr, ac e choumas var dro pemp bloaz en ul leac’h a reer aneza Matarieh. Setu ama petra lavar ar bellerinet bet eno. En ti ma oe Jesus, Mari ha Joseph o choum enna, ez euz atao un eienenn-zour, ur feunten viraculuz, ac en e c’hichen ur jardinic. Er jardinic-se, amzer zo bet, oa ur vezennic bennac a zirede diouto dour c’hoes-vad en d-oa calz a briz. En tiic-se, evit caout sonj eur ar re a zo bet enna o choum, meuled ra vezint, ar vroïs a zalc’he ur c’hleuzer (ul lamp) var-elum, betec ar bloaz 1560. Eleiz a bellerinet a iâ di da bardona, ac e leveront ez euz bet c’hoarvezed calz a viraclou dre vertuz an dour a deu ac’hano. Ker mad eo da eva ha ker iac’huz ma ranc ar re vraz ha pinvidic eus ar vro caout dour eus ar feunten-se da eva ouz o zec’hed. Var a leverer ive, el leac’h ma edo an ti, daoust n’euz mui eno nemet ar vein, e santer ur c’hoes vad, un dudi, evel e creiz ul liorzad bokedou.


MIDITA


Beza distag diouz madou ar bed. Distruja ar pec’hed


I


Pa erruas en Ejip, Mari ne gavas eno na peadra d’en em vaga, na peadra d’en em visca, na ti ebed da ziscuiza diouz-tu enna, goude ar seurt beach.

Sonjit pegen paour en em gavas, pegement e rancas espern evit beva ar Mabic Jesus, gant pebez carantez e tiouere e-unan peb tra evita. Mar oc’h euz c’hoant e ve oc’h alvocadez en Ee, grit eveldi, bevit countant evel m’emaôc’h. Mar d-ôc’h paour, diouallit n’ho pe re a avi ouz ar madou braz ac ouz ar vuez eaz. Doue en d-euz kement a joa ouz ar baourentez, ma eo deuet eus an Ee, eleac’h ne gave paourentez ebed, var an douar, e-leac’h ma en d-euz e c’haved. Pa ho pezo berrentez ac izom, en em glemmit ouz Mari, ac i, evel ur vam dener, a entento ouzoc’h (a gavo deoc’h ar Baradoz). Mard-ôc’h pinvidic, dalc’hit ho calon distag diouz an danvez. Diouallit d’en em glasc re, en dibri, en eva, er guisca ; rac re a zigorou ac a stad eus ar c’horf a zispliz d’ar Verc’hez, bet paour e-unan. Arabat ive ober fae var ar paour, na beza criz outa. Grit vad deza, ac ar Verc’hez e devezo mui-ouz-vui a joa ouzoc’h, evel pa ve dezi e-unan ha da Jesus, ho pe great aluzenn.


II


Ar Verc’hez, paour evel ma oa eno, er vro bell-se, a ranke sousia eus e zi, ac evelato ne leze ket a-gostez e fedennou custum. Diouallit na deufe deoc’h lezel ho teveriou e kever Doue, var zigarez oc’h aferou all. Peur eo, ez euz muia izom da bedi ? Pa vezer trist, eme an Abostol, pa vez poaniou spered ha poaniou corf. Mari, en ur vro bell,etouez peb seurt guall-dud, a vevas eaz ha countant avoalc’h. Perac ? Pedi Doue a ree, ac o veza ma edo Jesus ganti, e d-oa joa ouz e foan. Beza gant Jesus, setu eno ar guir joauzdet, ha n’euz ini all ebed.


III


Ar vrassa poan e d-oa ar Verc’hez e bro an Ejip, oa gvelet ar pec’hejou a ree ar vroïs paian-se : kement e care an Aotrou Doue, ac kement a druez e d-oa ouz an dud keiz, a vele o vont a-err varzu an Ifern. Ha me, perac e raan ken nebeud a van eus ar pec’hejou, perac e reont ken nebeud a boan d’in ? Siouaz ! nebeud e caran va Doue ; re nebeud a joa am euz ouz an eneou prened ganta o vervel evito.

Evit plizout da Vari, lacaït ho poan da zistruja ar pec’hed ennoc’h ac er re all. Ar Verc’hez a c’hounezas eleiz a eneou da Zoue e bro an Ejip, o pedi evito. O ! grit eveldi.


Ur soudard christen


Ac ez eo caër gvelet ar re a ranc divroa, mont pell pell diouz o zud, ac ez eo caer gvelet anezo o telc’her mad d’al lezenn gristen ! Pebez vad a reont, dezo o-unan ha d’ar re all. Etre kear Alre ac Anna Venet, oa un den torred gat al labour, ac a veze clanv aliez, eb den ebed da zelc’her bara deza, nemet ur mab. Petra deui-me da veza, eme Marc Thomas, petra deui-me da veza, ma ranc Vicent mont da zoudard. Mont a rancas, ac e dad, ur christen diouz ar penn, a zoublas da volontez Doue. Pa guitaas an den iaouanc, e lavaras e dad deza caout sonj e oa bet voested ha consacred d’ar Verc’hez, ac en devise digemer diganti en Ee, mar digouesse ganta mervel en arme. Vicent a guitaas, a rancas mont d’ar C’hrimee. Ac a bet gueich e rancas eno stourm, evit choum christen. E meur a c’hiz e oe clasked e lacaat da veza fall. Pa vise danjer da goueza er pec’hed, e lavare : Un den consacred d’ar Verc’hez, mont da ober kement all ! Goap a reet aneza, mes e a leze ar goaperez-ze da vont gat an avel. Unan, o veza clasked, endra c’helle, e denna d’an dizurz, eb galloud dont da benn aneza, a glascas e lacaat d’en em ganna outa. — Ne d-aan ket, eme ar zoudard fur, n’on d-euz ket a urz, na te na me, d’en em ganna ; mar bez greet un taol-essa evit kemeret dre nerz Sebastopol, e vezo gueled ac aoun on deuz-ni rag tan ar brezel. E lavar a deuas da vir. An tronoz e oe ar mad, evit kemeret Sebastopol. An ini a oa, an deiz a-raog, o clasc en em ganna, a oe tized gant un tenn, a gouezas d’an douar, ac a oa o vont da veza flastred dindan treid ar c’hezeg. An ini en doa revuzed en em ganna outa, a zammas aneza var e scoaz, ac cass aneza en ul leac’h sur. Pa velas, goude-ze, piou en doa e saveteed, e oe souezed maro. Penaoz, emeza, et euz galled ker buan-se en em denna, me var da scoaz, eus etre daouarn ar Russianet ? — Pedi em euz greet an Itron Varia, eme ar soudard mad ha caloneg, ac e deuz digassed e elez d’am zicour. Red-mad oa d’in savetei da vuez d’it, rac deac’h es boa c’hoant d’am laza. — Guir eo, eme egile, gvelet ac’hanot un den mad a ree poan d’in, ac anez da vadelez, oan maro brema. Mes, iviziken, me vezo un den all, ac a fell d’in, eveldot, en em gonsacri d’ar Verc’hez. — Bezomp mad gat ar re n’int ket ; discuezomp ez euz madelez o heul ar zantelez, rac Mari eo ar Vam a vadelez, Mater amabilis.


————


AR PEVARSECVET DERVEZ


————
Jesus choumed en Templ


Pa oe maro Herodez, Maria deuas adarre da Nazaret gant Josef ac ar Mabic Jesus. An Eal a oa deuet adarre da rei kemennadurez da Josef, da zistrei d’e vro. Divar-neuze, bep bloaz e mare Pasc, Mari a iea da Jerusalem gant Jesus ha Joseph, da adori Doue en templ. Tri dervez mad a vale a oa eus Nazaret da Jerusalem, ha n’oa lezen ebed da rancout mont keit-se. Un droad diana, pa ne oa Jesus nemet daouzec vloaz, e choumas e Jerusalem. Ar c’hiz oa, ervez unan eus an Tadou, ma vize ar merc’hed en ur vandenn, ac ar goazed en ur vandenn all o vont ed an ent, ac ar vugale gant unan pe unan eus an diou vandenn, eb sellet gant peini. Mari, o velet n’edo ket Jesus ganti, a zonje edo gant Josef, ha Josef a zonje edo gant e Vam. Var ar pardaez, goude beza baleed epad an deiz, pa en em gavsont assamblez, e velsont sclear oa colled Jesus ganto ; ac ii en dro adarre da Jerusalem d’e glasc ; ac e cavsont aneza, an trede deiz goude, en templ e creiz an doctoret. Ar Verc’hez Vari a c’houlennas outa, perac oa choumed e Jerusalem, ha lezed e gerent d’e glasc ha cla gaout ar seurt anken. Jesus a respountas, e tlient gouzout er-vad oa digassed eus an Ee evit lacaat rei gloar d’e Dad ; ac evelse oa bet red mad deza choum en e di, en templ, evit clevet ha lavaret ar pez a dlie, evit gloar e Dad.


MIDITA


Clasc bepred Jesus


I


Mari ha Joseph a gavas Jesus azezed e creiz an doctoret. Ar Verc’hez a oa custum da vont d’an templ da vare ar Pasc, eme an Aviel. Ha c’hui pere eo ho custumou ? Da betra e voazit, brema dreist-oll, endra m’oc’h iaouanc c’hoas ?

Un dra eo ac a denn da vraz ; rac falloniou an den iaouanc, eme ar Scritur, a en em zilo e mel e eskern, ac a ziskenno en douar ganta... O ! Piou a lavaro pegen devod oa ar Verc’hez en templ ? Mar carfec’h kemeret scuer varni, gant pebez resped en em zalc’hfec’h en ilizou ? Diouallit na dennfec’h malloz an Aotrou Doue varnoc’h, o veza divodest, o caozeal, o c’hoarzin, o sellet ouz ar pez ne dlefec’h ket, e ti Zoue, ac o veza eno lezireg da bedi.


II


Perac e choumas Jesus en templ, eb gouzout d’e Vam, ur Vam ker santel, ker carantezuz ! C’hoant en doa da zeski deomp beza muioc’h da Zoue eget d’ôn tud. Pebez calonad da Vari, pa velas, diouz ar pardaez, oa eat Jesus diganti ! Trista nozvez e oe an nozvez-se dezi ! Pebez anken, ed an noz ! An tronoz, kerkent ac goulaoui-deiz, pebez mall ganti en em lacaat adarre en ent da zistrei da Jerusalem ! Ne zonje nemet en e Mab : bep tenn alan ne c’houlenne nemet e Mab ; e Mab dezi, peleac’h ema e Mab ? Ha me, pa zigouez ganeen coll Jesus, ha santout a raan-me ar memez anken ? Peleac’h ema an err â dlefe beza ennon ive d’e glasc pa velan e vez eat diganeen, pa vezan e stad a bec’hed ? Ar Verc’hez a oa dibec’h-caer o coll Jesus, ac evelato, n’oa ket evit lacaat e spered caz, ken n’e devize e gaved adarre. Me a goll aneza dre va faot va-unan, pa en em daolan da bec’hi ; e goll a raan, neket epad unan, daou, na tri dervez, mes epad meur a zizunvez, meur a viz : cousgoude e couscan disousi, evel pa ne ve risc ebed. Pa gollan un dra-all bennac, e vez mal ganeen e glasc, ac e talvezfe nebeud a dra ; ac evelato, n’em euz nec’h na poan ebed var va spered, evit beza colled va Zalver. Penaoz e comprenan-me ken nebeud ar c’holl a zo o coll Jesus !


III


Da ben tri dervez, Mari a gavas Doue, Jesus e Mab, en templ. Pebez joa d’ar Verc’hez, goude e glac’har an e anken ! Ama ar Verc’hez a zesc deoc’h delc’her-mad atao da bedi, pa gavo deoc’h e vezo eat Doue pell diouzoc’h, pa lezo ac’hanoc’h eb seurt joa ebed : pedit atao. Mari a gavas Jesus en templ. En Iliz eo e cavoc’h Doue, neket etouez ho tud ac ho mignonet. Jesus eno a zilaoue an doctoret, ac ê o c’houzout e-unan peb tra : evit discuez deoc’h eo, silaou gant resped ar re a laca da barlant deoc’h evita, ac a zo tadou an eneou : digorit ive ho calon d’ho confessor, o sonjal eo lakeat gant Doue da rei cuzul deoc’h, ha pedit atao a galon vad.


An den Euruz Tolomei


Aliez e c’hoarv gant an dud coll Jesus, dre o fazi o-unan, ac ennez eo ar voassa. A-veichou all, Jesus e-unan eo a ia a-guz, e lez an den e tevalizenn, eb joa, eb saour vad, eb gout ebed da bedi, ac evel menned da zizesperi. En em erbedi neuze ouz ar Verc’hez, e doe en e buez meur a galonad c’huero ac a boan spered. An den Euruz Tolomei a gouezas, en e ermitach e Ancôn, evel e disesper, o sonjal oa null deza esperout mont d’ar Baradoz. Mam Doue en em lacaas a-vel diraza, ac a lavaras deza : — Bez dizagrin, Doue en deuz pardoned ac’hanot ; dalc’h-mad atao da veva evel ma rees, me as sicouro, ac ez i d’ar Baradoz. Tolomei neuze a joausaas, ac a varvas e peoc’h, etre divrec’h ar Verc’hez, e-doare ur c’hrouadur e vont da gousket var divrec’h e vam.


————


AR PEMSECVET DERVEZ


————
Maro Sant Josef


Pegeit e vevas ar Verc’hez eb e fried ? Peur eo e collas e fried santel ? Ne ouzer ket d’ar zur. Ervez sant Epifaan, Josef a varvas, pa edo Jesus en e drizecvet bloaz. Re all a laca e oa Jesus tregont vloaz, pa varvas e dad mager… Sant Josef a oa eus lignez ar Roue David. Beza bet choazed gant Doue evit diouall an daou brisiussa tenzor-se, Jesus ha Mari, a zo ur merc sclear oa sant Josef ar pez a lavar aneza ar Scritur ac an Tadou Santel, un den fur, just, an oll vertuziou enna. Pur ha chast e oe bepred, evel ar Verc’hez.

Earedigez ar Verc’hez Vari, ervez santez Berc’het, a roe evel da zantout ur vertuz ker caer, ur zantelez ker braz, ma lekea kement ini a vele anezi da gaout joa en o c’halon ouz vertuz an Elez ; ac eviti da gaout calz a c’hened, ne deue var ar spered, o velet anezi, nemet sonjou da denna d’ar Baradoz. Mar b-oa evelse evit an dud all, mar sentent, o velet Mari, kement a joa ouz vertuz an Elez, ouz ar chastete, sant Josef a zantse en e galon muioc’h c’hoas a joa ouz’ ar vertuz caer-se, pa ne zante enna santimant ebed ac a dennse d’ar pec’hed, ker maro oa ar pec’h et enna. (Canisius.)


MIDITA


Ar maro santel


I


Sonjit er c’haonv a reas ar Verc’hez da sant Joseph. Trist e oe o velet o vont diganti an ini a gare, ac a zoutene anizi en e foaniou ; evelato, e leac’h clem ac irvoudi, e soublas a galon da volontez Doue. Petra dalv deoc’h kemeret re a c’hlac’har ac a ran-galon pa varv ho tud ac ar re a ra deoc’h ar muia vad var an douar ? Soublit a-galon da volontez Doue ; anez e crescfec’h ho poan ac e collfec’h ar mirit a zo er boan. Ma n’oc’h euz tad ebed mui var an douar, nemet muioc’h a ze a vir n’oc’h euz da lavarout : Pater noster qui es in cœlis. On Tad pini zo en Ee... An Tad zo en Ee a entento mad ouzoc’h, mar lacaït enna ar fizians a dle bugale caout en o zad. — Va zad ha va mam a zo eat diganen, eme ar Profed, mes an Aotrou Doue en d-euz va c’hemered ganta.


II


Arvestit Josef o vervel. Caerra maro ! Etre divrec’h Jesus ha Mari ! Jesus ha Mari o entent outa ! Jesus a zoutene aneza ; Mari er c’honsole. Jesus a serras e zaoulagad ; Mari a roas da Zoue e huanad diveza. O ! ac ez eo caer, ac ez eo dous maro ar Zent ! O va ene, pa et euz c’hoant da veza evel ouz sant Josef o tremen, gra evel en d-euz great en e vuez. Josef a vevas paour : guel ha distag out diouz madou an douar. Josef, epad meur a vloaz, keit ha ma lezas Doue aneza, a zalc’has mad atao da zervicha gant joa Jesus ha Mari. Dalc’homp ive d’o enori, ha pedomp anezo bemdez da veza ganeomp ive en eur ar maro, ha ne vezimp ket dilezed ganto neuze.


III


Sonjit e tleit tôler pled mad, d’en em lacaat, a-vrema, e stad da gaout ur maro euruz. Un dra vraz eo, mar d-euz unan, ac eno ema evidoc’h ar Baradoz pe an Ifern. Va buez oll neket re d’en em brepar da gaout ur maro mad. Gouzout a raan, ouz ur maro fall n’euz mui a remed. Gouzout a raan e c’hallan mervel da bep mare, e pep leac’h ; hanc c’houzon na peur na peleac’h e vezo ; ac evelato e pec’han, siouaz d’in, eb aoun ebed ! Gortoz evit en em brepar, ar mare diveza ; ia, ac ar mare falla, an diassurra. Cass a raan va buez o teski micherou, ijinou, labourou, meur a seurt skiant, ha ne dizan mui pleustri var ar vella skiant, an ini a zesc mervel e stad vad. Peleac’h ema va feiz ? Va Doue, ho bezit truez ouzin ! Scleraït va spered, ma velin va follentez, crevaït va bolontez vad, ma tistroïn da vad ouzoc’h.

Sonjit, da bep eur : — Un eur all nebeutoc’h etre ar maro ha me. Ur beden bennac bemdez, da Vari ha da Josef, evit caout ur maro mad.


Ar Roue Ferdinand


Ferdinand, roue Nabl, maro, e-doare ur zant, e miz Mae 1859, a zo scuer d’an oll. Diouz ar mintin, en deiz ma varvas, e lavaras oa e zeiz diveza var an douar. Un ear joauz a ziscueze, o velet ar maro diraza. Arc’hescob Patrasso a oa var e dro, ha ne gave ket deza e vize ken tost an eur diveza. Ferdinand a lavaras deza prepar an dour benniged, ar rituel, ac an teir goulaouen en doa mired, en aviz ma visent elumed diraza var e dremenvan, goulaouen gouel Mari ar Goulou (Chandelour), goulaouen ar Bez Sacr, ac ini an Itron Varia Loretta ; ac e lacaas diraza diou daolen, unan a ziscueze on Zalver o coueza dindan e groaz, ac eben, an Itron Varia a druez. Dirag an daolenn-se, taolenn an Itron Varia a druez, oa maro, nebeud diaraog, ur mab deza ; dirag e vele edo an daolen-se, pa varvas, ha Ferdinand, un tad carantezuz, a lavaras e rancse, en ive, caout an daolen-se diraza ac a-vel deza, pa varvse e-unan. A-vel d’an Itron Yaria a druez e felle cleza mervel, dirac e imach. E gomzou a garantez a dreuze calonou ar re a oa var al leac’h. E sell a oa joauz, laouenuz, e-doare sellou un den joa ar baradoz o vont da bara var e ene, e-doare sellou un den o vont da velet Jesus, funten an oll joaiou. E vouez, pa gomze, a oa dous evel ur vouez o vont da veza unan gant mouez an Elez. Un drugar, un gaer oa e glevet, o lavaret bennoz Doue d’e zervicheurien, d’ar re a oa var e dro. E joa a greske dre ma tostee e eur diveza ; ma teuas scrupul deza, gat aoun na vise pec’hed deza caout kement a joa ouz ar maro. E govesor, evit lacaat eaz e spered, a zisplicas deza comzou sant Paol : Cupio... esse cum Christo : mal em beuz, emeza, da veza distag, da vont gat Jesus-Christ. Er Verc’hez edo e fizians : I eo, emeza, am c’hasso da velet an Drindet Santel. Ac e pede evit e bried, e vugale, tud e di, e vro, e vignonet, ac evit ar re o doa droug outa. Ur pennadic abars tremen, e choumas da zonjal, eb lavaret comz ebed ouz den, e spered e Doue ; ac e astennas e zorn varzu e govessor a oa eharz e vele, ac ober daou stouic penn evel da zaludi pe da lavaret adie, kenavezo ; ac o leuskel e benn var an tu deou, e tremenas.

Da biou, goude Doue, oa dleour Ferdinand eus kement a garantez christen ? An oll en lavar : d’e bried mad Mari-Cristina. Ferdinand, den fur, ne zimezas dezi nemet var ar brud eus e zantelez, ac unan eus e joiaou brema, er Baradoz, a zo, eb mar ebed, da veza bet pried da ur Zantez. Aned eo, buez santel Mari-Cristina a dôlas calz var buez e fried. Ur gaërentez oa gvelet an daou bried nobl o vont var droad, dre ruiou Nabl, kever-e-kever, o vont da "gommunia en un iliz da urz sant Francez, evit gonid an induljansou braz. Mari-Cristina a zo maro evel ma varv ar zent, an 31 a C’henver 1836. Ano a zo d’e c’hanoniza. Ouzpen daou c’hant lizer a zo bet scrived gant tud a skiant, Cardinalet, Eskeb, ha tud all, divarben e buez ac e miraclou, en aviz pedi on Tad-Santel ar Pab d’e lacaat var roll ar zent. Eurussa daou bried ! Eurussa daou bried!


————


AR C’HUEZECVET DERVEZ


————
Ar Verc’hez e renc an intanvezet


Pa varvas sant Josef, ar Verc’hez a rancas entent muioc’h c’hoas ouz peb tra en e zi. Deveriou an ene, ar pedennou, ac labourou an ti, o d-oa, peb re anezo, ur mare merked ; ac evelse e oll deveriou a gave o renc ac o zro, eb ma teuse unan eus an deveriou-ze da zirenca un all. Ar penn kenta eus an deiz a oa da zonjal e traou an Ee. Da bardaez e lenne ar Scritur Sacr. Kement a joa a zante o lenn ar Scritur Sacr, ma vare dre e c’housc epad an noz ar pez e devize lenned epad an deiz, var a verc sant Amhroas. Ur mare merked e d-oa evit ar c’housket, ac ervez santez Berc’hed, e ene a ree neuze a gare eus e c’horf, kement oa deuet da c’hounid varneza. (Er Barados, an oll a vezo evelse : an ene a gasso, a zigasso ar c’horf euruz, evel ma caro.) Un all a verc e d-oa ar Verc’hez kement a sclerijen var an traou da zont, ma serre e daoulagad ac e discouarn araog ma vize o vont da velet pe da glevet ur pez fall hennac, da viret na velse pe glevse ar pez fall-se. Sant Ignas, merzer, a lavar oa ar Verc’hez ken mad ac ken carantezus ouz an dud, ma tiscueze evel laouenidigez d’ar Iuzevien, d’ar re a oa var buez Jesus-Christ. Truez e d-oa ouz an dud fallagr-se, ac e vize prest da ober peb seurfc vad dezo. Mar tigouezse gant e Mab Jesus dont ur vech bennac d’e zi, e Ebestel ganta, e tiscueze ur joa vraz, dreist kement joa zo var an douar.


MIDITA


Peb tra evit Doue. Pardoni


I


Mari, intanvez, a en em gonsacras da Zoue gant mui-ouz-vui c’hoas a garantez. Ne roe da zeveriou e zi nemet just an amzer red, ac en deveriou-ze a ree atao gant ur spered ha ne glaske nemet gras vad an Aotrou Doue ac carantez Jesus-Christ. An amzer a choume ganti goude, a vize lekeat da zonjal e Doue ac en e vadelezou. Penaoz e cassit ann amzer a choum ganeoc’h goude entent ouz ho tiegez ? N’euz mare ebed en ho puez na ve bet roed deoc’h gant Doue evit sonjal en e zervich ac e silvidigez oc’h ene. Ar c’housket ac ar pez a rit evit ar vuez-ma, a gass ganto ar braz eus oc’h amzer. Dleed e ve trei ann oll draou-ze varzu Doue, o lacaat ar spered da veza, e peb labour, a-benn caer o clasc ober bolontez Doue. Netra justoc’h. Dleed e ve implija evit an ene an amzer ma vezer dibreder avoalc’h, o vidita, pe o lenn. Pa daoler en tan ul levr fall, e sao ar flam varzu en Ee da ober joa d’an Elez.


II


Mari intanvez, ne d-ee nemeur etouez an dud ; e-unan-caer e care beza. Ken modest ac ken santel oa an ear anezi, ar guel anezi, ma oa avoalc’h e guelet, evit carout mui-ouz-vui ar chastete, vertuz an Elez. Me, piou a zerempredan ? Ouz pez seurt tud e comzan muia ? Var betra e vez ar gaoz etrezomp ? O ! me zo dievez ! Mari, sur da veza atao e gras Doue, eb seurt guall-zantimant ebed, a dec’he evelato diouz kement a denne d’ar pec’hed : ha me, un den ken zempl, ken fall da arpa ouz an droug sonjou, a ia, eb sellet gant piou, a zell ouz kement a gouez dindan va daoulagad, a zilaou lavar, eb aoun, peb seurt comzou ! Lavared e ve, e clascan penn an ent da vont var-ëun da goll. Mari, Rouanez ar bed, a oa carantezuz ouz an oll, braz ha bian, en e doare, en e c’homzou : ha me en em laca dreist ar re all, prest atao da respount anezo rog ha c’huero. Ar Verc’hez Vari e doa eomzou ac un ear da denna an oll da garet Doue, ha me a zistro anezo var ar fall, gant va arvez divodest, va zellou, va c’homzou. Penaoz sonjal beza bugel da Vari, nemet sench a rafen ?


III


Mari a ziscueze carantez d’ar re o doa muia droug anezo outi. Ne ree clem c’huero ebed eneb ar Iuzevien, ac ii atao var buez e Mab. Clasc a ree o escuzi ; pedi a ree evito. Evit plizout da Vari, pardonit ive d’ar re o-deuz droug ouzoc’h, pedit evito, grit ur vad bennac dezo. Caëra venjans ! a ra joa da Zoue ha da Vari.


Un ene dilivred


Ur vam binvidig ne d’oa nemet ur mab, a ree e oll joa var an douar. Ar mab-se a en em gavas gant ur muntreur, ac a oe lazed. Ar vam a rannas e c’halon. Ar muntreur, eb gouzout peleac’h ez ee, a zigouesas e ti mam an ini en doa lazed. Ar vam geaz a deuas en e spered ar zonj eus ar Verc’hez o pardoni bourrevien e Mab ; ac en aviz caout un eveledigez bennac gant Mam Jesus, e roas d’el lazeur ar pez a oa red evit mont en e roud, ha pellaat eus ar vro. An den lazed a deuas goude-ze eus ar bed all a-vel dirag e vam, ac a lavaras dezi : Va mam, en eskem evit ar pez a zo dleed deoc’h, evit ar vad oc’h eus greet d’ar muntreur-se, Mam Doue e deuz va zenned eus ar Purgator, eleac’h ma visen choumed pell ac hir, da leski en tan, anez ho trugarez da bardouni.


————


AR ZEITECVET DERVEZ


————
Jesus o kimmiada ouz Mari


On Zalver a oa en ur vourc’h a reat Betanii anezi, un anter-eur vad a vale diouz Jerusalem. Sant Bonavantur a laca edo e ti Marta ha Madalen, ac ar Verc’hez eno ive ganto d’ar mare-ze. D’ar iaou, e cassas Per ha Iann da brepar ar Pasc, ha pa oe an eur da vont da Jerusalem, Jesus a lavaras adie d’e Vam muia-cared. Mari a venne ranna e c’halon, rac gouzout a ree edo Jesus o vont da goueza etre daouarn ar Iuzevien, evit beza bourreved ganto, gouzav ar poaniou scrijusa da zonjal, ha mervel ouz ur groaz evel un torfetour. Eb mar ebed, ar Verc’hez meuled ra vezo a choumas var zao epad an nosvez-se, beuzed en e daelou, ac atao var c’hed da glevet ur guall-kelou bennac divarbenn e Mab. Pa grogas ar Iuzevien enna er Jardin Olivet, e teuas unan da Vetanii, marteze unan bennac eus an Ebestel, digassed da lavaret d’ar Verc’hez oa traïsset Jesus gant Iudas, ac ereed gant ar Iuzevien, evit beza stlejed, treïned da gaout ar barneurien. Pa glevas ar Verc’hez ar c’helou-ze, e rannas c’hoas e c’halon, ac ez eas da Jerusalem, an teir Mari all ganti.


MIDITA


Lezer oll evit beza gant Doue


I


Lacaït ho spered da zonjal e velit Jesus o kimmiada ouz ar Verc’hez. Pegen teneruz e vize e glevet o lavaret dezi oa deut an eur deza da vont d’ar maro var ar groaz, evit savetei ar bed. Gant pebez resped e c’houlennas, evel un den all o comz ouz e vam, conjez diganti da vont d’ar maro evidomp ! Calon ar Vam dener-se a oe evel e creiz ur mor c’huero. An anken a dreuzas ar galon-se, evel ur c’hleze, o sonjal e poaniou e Mab, pell a-raog ma z-eas d’ar maro ; ha pa velas an eur o tostaat e veuzas en e glac’har. Evelato e sujas gant nerz da volontez Doue an Tad, ac e ofras deza a-galon e Mab evidomp. Joa oa ganti e vizem-ni saveteed divar goust buez e Mab. Ha me, crouadur da Vari, pegen buan oun da laoskel clemou c’huero pa stourm un dra bennac ouzin ! Mari, deskit deomp dioueret peb tra, ac on tud, eb re a glemmou, pa deui Doue da c’houlenn kement-se diganeomp !


II


Sonjit evel pa velfec’h Jesus o pellaat, goude beza lavared ken na vezo d’e Vam, goude ma o doa great o c’himmiadou etrezo. Diouz piou e pella Jesus ? Diouz an ini a gar en e galon c’hoas muioc’h eget an oll grouadurien all. Pevarzu ez â diouz e Vam ? Da gaout ar Iuzevien, o d-euz droug outa d’ar maro. Peleac’h e erruo, en difin, o vont gant an ent en d-euz kemered ? Var menez Calvar, ac eno, evit senti ouz Doue an Tad, e scuillo e c’hoad ac e varvo ouz ur groaz, evit ar pec’hejou. Ama ive, kemeromp scuer var buez ar Verc’hez. En ho poaniou, na bellaït ket diouz Jesus : grit evel Mari, a ieas, en desped d’e glac’har, da heul Jesus, ac e spered a oe atao ganta, e creiz e brassa anken. Jesus a guitaas e Vam, evit mont d’ar maro evidoc’h. Ma ne d-ôc’h ket evit distaga ho calon diouz ar grouadurien, evit beza da Jesus, ez ôc’h eta ingrat en andred Jesus, a guitaas e Vam benniged evidoc’h. Ia, va Doue, adie d’am zud, adie da bep tra pa vezo ho polontez, gant ma vezin atao ganeoc’h ha c’hui ganeen !


III


Sonjit er galonad e doe Mari, pa velas Jesus o pellaat. E-unan e rancas mont ive var e lerc’h da Jerusalem, pa glevas edo etre daouarn ar Iuzevien. Cared e devize mervel en e leac’h. Beza eb Jesus, dezi, a oa evel beza maro. O ! pebez ran-galon a dlefe eta caout an ini a laca Jesus da bellaat diouta. Mar cave Mari coulz ha guell beza maro eget beza eb Jesus, pegen trist eo da un den beza eb gras Doue ! stad a bec’hed, eneb Jesus ! O ! Mari ! me zo bet penn-caoz ive eus ho poaniou, penn-caoz ma oe dispartied ar Mab diouz ar Vam, o veza va-unan dispartied diouz Doue pa gouezen er pec’hed. O Jesus ! O Mari, n’am lizt ken da zispartia diouzoc’h, da guitaat ac’hanoc’h!

Goulennit ar c’hras da voela d’ho pec’hejou, gant ur guir glac’har, ha diouallit na ve re stag ho calon ous ho tud, pe ouz unan all bennac eus crouadurien Jesus.


Ar breur Mari Euzèb


Ar breur Mari Euzèb, studied caër, cared gant e dud, couls ac gant an oll, a oa e tro da ober ur fortun gaer er bed. Euzèb Manuel oa e ano. E zousder, e vaniel vrao, e furnez a ree m’oa deuet mad e peb leac’h ; mes, Euzèb a oa distag e galon diouz an douar, a lavaras adie d’ar re er c’hare kement, ha mont diouz ar bed da gouent Latrâp, en aviz biza ëunoc’h ha surroc’h, d’ar Baradoz. Evit ac’hano, n’oa ket eus ar re greva en e iec’hed. Evelse, ne oe ket pell eno, na glanvas, ac eb dale ez eas toc’hor, fall braz ; ac atao dous ac carantezuz, e comze brao ouz an oll. — N’oun ket deuet ama, emeza, da glasc ar iec’hed, na netra eus kement a dremen buan. — Er bloaz 1846 eo maro an den euruz-se, ken distag diouz ar bed-ma. Var e dremenvan e lavaras, en eur zellet joauz etrezeac an Ee : — A ! setu ii o tont. — Pere ? eme unan eus ar re a oa var e dro. — An Elez, emeza. — Penaoz emaïnt-ii, eme egile ? — O cana, eme Euzèb. — Ac ar Verc’hez ? eme an Tad Abbad. — A ! eme an ini clanv, ar Verc’hez n’emai ket. — Ac en mont trist. Ur pennadic goude, e laouenaas, e kemeras un ear joauz. — O ! setu i o tont ive, emeza : Ave Maria, Salud deoc’h, Mari. O ! ac i zo caër da velet ; ac i zo caër ! — Ur pennadic goude, e tennas un huanaden. — Un dra bennac a c’houlennit ? a lavaras unan deza. — Netra, emeza, netra ken, nemet va Jesus ac ar Baradoz. Ac e tremenas (1846).


————


AR TRIVEC’HVET DERVEZ


————
Mari o pignat var menez Calvar


Pa en em gavas ar Verc’hez e Jerusalem, eme sant Bonavantur, e cavas kear oll saved en egar eneb Jesus. Ar Scribet ac ar Farizianet o doa roed da gredi d’an dud, oa Jesus un torfetour a virite ar maro. Dre gement leac’h, dre gement ru ma z-ee, e Jerusalem, en eur vont varzu menez Calvar, Mari ne glevas nemet ar c’hri-fors, an huerez ac ar mallozou var Jesus. Da Vener oa. O pebez anken a zantas neuze en e c’halon ! Pa c’hanas Jesus, Mari e doe ar c’hras ne zantas poan ebed evel ar mammou all ; mes, pa z-eas d’ar maro, mam Jesus a zantas poaniou, ne oufe mam ebed santout brassoc’h poaniou. Mari a zantas en e c’halon an tachou a oe sanked e corf Jesus : santout zoken oll boaniou e Mab, evel pa vize great dezi e-unan ar pez a reat deza. Neuze, evel m’en doa lavared Simeon, eo ez eas ar c’hleze a-dreuz e c’halon. Evelse, eme an Tadou Santel, Mari a zo bet merzerez ac ouzpenn merzerez.


MIDITA


Beza devod d’ar Bassion


I


Sonjit e glac’har ar Verc’hez, pa en em gavas e kear Jerusalem, sonjit an disprizerez mezuz, en dismegans, er bafouerez a oe great deza e ti Annas, e ti Caïphas, e ti Pilat, e ti Herodez ; er javedadou a oe roed deza, en tufa a oe great en e vizach, en taoliou fouet a zispennas e gorf sacr, er gurunen spern a oe lekeat deza var e benn, ac er zetans a varnas aneza da vont d’ar maro. Maria anavezas e-unan, an oll vafouerez-se, ac a velas ul lodenn anezo. Piou a gompreno ar galonad glac’har e doe ! Evel n’euz den ebed evit pren pegeit ez ee e c’harantez ouz Jesus, n’euz den ebed ken nebeud evit compren pegeit ez eas e glac’har. Lacaït ho calon evel da zantout poaniou ar Verc’hez, o pedi anezi da rei deoc’h lod en e glac’har.


II


Sonjit ive er beac’h a zantas Mari var e c’halon, pa velas ne zave den ebed en un tu gant Jesus. Peleac’h edo ar re en doa bet pareed ? Ac e Ebestel, pevarzu oant eat ? An deiz araog, da noz, en d-oa o maged gant e gorf sacr, er Zacramant. Da be leac’h oant eat ? Judas en doa e verzed, Per en d-oa e nac’hed, ac ar re-all a oa eat peb ini en he roud, ha lezed o Mestr carantezus. O ! Mari ! Ia, oc’h anken a oe braz evel ar mor. O ! ha me zo ingrat, ha me zo criz ha digalon, pa chouman didruez dirag un arvest ken esclamuz ! O ! Mari, ho bezit truez ouzin. Lacaït da zivera em c’halon, ur berad bennac eus ar mor c’huero-ze a veuzas ho calon. Grit ma truezin ganeoc’h da Jesus en e bassion, grit ma talc’hin mad deza eveldoc’h, ma choumin tost d’ar groaz, ma sonjin aliez e poaniou Jesus. Evit e gonsoli, abalamour deza me raï vad d’an dud paour, d’ar vinoret, d’an intanvezet, d’ar re no deuz-mui nemet poan a displizadur var an douar.


III


Pebez calonad all da Vari, pa erruas var menez Calvar ! Jesus a velas o plega dindan e groas pounner. Jesus a reas ive ur zell ouz e vam muia cared, dare da vancout gant e glac’har. Mari a glevas an taoliou morzel, ha peb taol a scoe en e c’halon. Ar garantez eo a roe nerz dezi da erzel ouz ar seurt poaniou. A ! mar ho pize guir garantez ouz Jesus, ne gavfec’h na re ir, na re ziez ent ar groaz. Silaouit Jesus : — An nep en deuz c’hoant da zont var va lerc’h-me, emeza, kemeret e groaz ha bale d’am heul. It d’e heul, var Ent ar groaz, ha Mari a gompezo an hent deoc’h.

Goulennit digant ar Verc’hez ar c’hras da gaout sonj aliez eus a Jesus marved evidomp var ar groaz. Pa varvas, an eol a guzas, ar vein a rannas ;… n’euz nemet an dud ha ne reont van ebed eus a Jesus o vervel, ha ne varv nemet evito.


Unan devod d’an Itron Varia a druez


Calz a c’hrasou, epad o buez ac en eur ar maro, a assurer d’ar re devod da enori an Itron Varia a druez, da zonjal gant carantez e poaniou ar Verc’hez, an ini e deuz santed ar muia poan var an douar, goude Jesus-Christ. Netra ne ro kement a nerz, kement a vertuz eneb an oll dribuillou, eneb ar re vraz encrez, an disesper, dreist oll pa veler ar maro tost. Ann aotrou Iann Abasq a zo ive scuer eus ar virionez-se. En amzer ar voall-tribuillou er vro-ma, pa edo al lazerez vraz var ar re a lakee e penn kenta Doue ac e Iliz, eb douja re d’an dud, pa edo ministret Jesus-Christ dindan guz, e choumas en e barrez. Un den en em verzed, evel-meur a ini all, d’an droug-spered, var ar bromessa greet deza ne vise ket kemeret da zoudard, en discuillas d’an archerien, a oa o furcha ar vro, dre urz ar proconsul ugunod a oa e Brest. Cassed e oe, un all ac en, en un ti er bourg, ac eno, da c’hortoz mont var dachen ar maro, e leversont ofis an Anaoun, pedennou an Enterramant, evito o-unan (e ti Franceza Sanquer, dirag ar vered); rac neuze, mouez an Iliz, canticou ar c’haonv, ne visent ket cleved o laouenaat, o toussaat ar maro d’an dud, ac o lacaat sclerder ar Baradoz, lux perpetua, da bara en dro d’ar bez. An aotrou ’n Abasq ac e gompaignon a ieas goude, gat an archerien, da Lesneven. — Scrija a reen, eme unan, a oa o voalc’hi e traon ur grec’hen, a anver Kilôrn, scrija a reen o clevet anezo o vont a-biou d’ar poull-canna, ha ne greden ket trei va daoulagad da zellet outo. E leal, o velet daou ha n’o doa greet nemet vad, o vont d’ar maro etre daou archer, piou a vise bet eb encrez ? Un deiz marc’hat oa, ar 14 viz Ebrel 1794. Pa erruzont e Lesneven, e velsont, var blass an ed, reïzou ar maro, lakeed evito. Pa velas se, compaignon an aotrou ’n Abasq a vennas dieza e spered. An Aotrou ’n Abasq a gourachas aneza, ac evit m’en devise nebeutoc’h a dribuill, e reas deza mont a-raoza, mont da genta dindan countell ar bourreo ; ac e tiscuezas eno pegement a nerz-calon ac a vertuz a ro ar feiz christen eneb ar maro. An aotrou ’n Abasq, un denic mistr, ac izilied eaz, un ear devod deza, ha prest atao da redet eleac’h ma vise vad da ober, a oa ur scuer a zantelez. Mes peini oa ar seurt devotion tosta d’e galon ? Evit doare, e ranke beza an devosion da zonjal devod e glac’har ac e poaniou ar Verc’hez var an douar ; rac, pa velas diraza reizou ar maro, dre ma tostee da vont dindan countell ar bourreo, e oe cleved o lavaret ar bedenn canvauz, pedenn an Itron Varia a druez, ar Stabat, e brezonec, en doare m’ema e Levr ar Briz : Mam Jesus a vouele doureg eharz ar Groaz gant e regret p’er guele outi staged. Setu petra a ree deza discuez un eveleb joa dirag ar maro, ec’hiz pa velse ar Baradoz diouz-tu en tu all.

An aotrou ’n Abasq a oa ganed e Keraïgnen, e Kerlouan, ar 25 o C’henver 1752. Prest atao da vont eleac’h ma vise vad da ober, ez eas, cuzed var eur c’harrad colo, eus Kerenez d’ar Viniec, e Guisseni. Ac’hano e teuas da gaout an Aotrou Peton, a oa e Tromilin, ac eno e couezas an archerien varno. Comz a reer aneza en ul levr braz, Dictionnêr Feller ; var scridou an aotrou Guillon, eus a Lyon, Buez Merzerien ar feiz epad ar Revolution vraz, moulled e Paris er bloaz 1821, etc. E relegou a zo e bered Lesneven. Evit ar mod scriva brezonec, el levric-ma, ez euz kemered scuer, evit an darn vuia eus ar geriou, divar daou levr brezonec bet deza, moullet unan anezo er bloaz 1721. E gompaignon merzer a oa diouz costez Porspoder (?).


————


NAONTECVET DERVEZ


————
Mari e traon ar Groaz


Mari, var barr menez Calvar, a velas e Mab ouz ar groaz, etre daou dorfetour. Mantred e c’halon, e lacaas e daoulagad var e Mab ouz ar groaz, ac e redas an daelou anezo evel eus diou feunten. N’euz den evit lavaret an druez ac ar boan a zantas neuze en e c’halon. Jesus, eus a c’horre ar groaz, a izelaas e zaoulagad var e Vam, ac o tiscuez dezi e ziskib muia-cared, sant Iann, e lavaras deza, — o tiscuez ar Verc’hez : Setu aze ho mam.

Ervez sant Anselm, ar Verc’hez a oe ken mad ac ken caer var ar C’halvar, ma reas eno, d’an oll Verc’hed, ar brassa enor a zo bet great ac a oufe beza great dezo diouz rum. An diskibien a guitaas o mestr, Mari n’en c’huitaas ket ; an diskibien a dec’has, kement a aoun o d-oa. Mari a zalc’has mad, eb discuez aoun ebed. Chom a reas, eb mancout a galon, en e zav, e traon ar groaz, ac e tiscuezas, e creiz calz a boaniou, calz a nerz ouz ar boan. Clem c’huero, ebed, na guall-bedenn ebed var ar re a ziscueze kement a zroug ouz e Mab. Ar Verc’hez eno, eme sant Bernard, ne reas netra, na vize da lacaat e meuli…, ac a ofras, meur a vech, eme sant Efreen, poaniou Jesus e Mab evit prena an dud da vont d’ar Baradoz.


MIDITA


Ar Verc’hez Mam d’ar Gristenien


I


Jesus ne d-eo falvezed ganta savetei ac’hanomp var ar groaz, nemet e Vam var al leac’h ; evit ma vize evel Eil-Redemptorez an dud, ac on alvocadez en Ee. E-leal, Mari, en e zà e-harz ar groas, a reas calz eus e zu evit savetei an dud, en eur ofri, da Zoue an Tad, maro e Mab, o pedi ma vize kemered e c’hoad scuilled, ac e varo var ar groaz, da baea ar pez a oa dleed evit pec’hejou an dud, ac o caout lod e poaniou e Mab ker, pa zante anezo enni e-unan, evel pa vize great dezi ar pez a reat deza ; ha muioc’h c’hoas a boan e d-oa, o velet petra reat da Jesus, eget ma vize bet great dezi e-unan, dre ma care aneza muioc’h eget n’en em gare e-unan. Mes, e brassa anken oa, pa vele ne dennse cals eus an dud, couls lavaret vad ebed eus a boaniou e Mab, ac e vize atao pec’hejou var an douar ! Evit consoli Mari, na bec’hit mui, ac goulennit stard ar c’hras ne vezo ket colled evidoc’h, goad Jesus ar Redemptor, ha poaniou Mari, an Eil-Redemptorez.


II


Lacaït ho spered da zonjal er pez a lavaras Jesus, pa varvas. — Setu aze ho Mab, emeza d’ar Verc’hez, en eur discuez sant Iann. — Setu aze ho Mam, emeza da sant Iann, en eur discuez ar Verc’hez. — Sant Iann a oa eno evit an oll Gristenien, ac evelse, Jesus, dre e gomzou diveza, a roas an oll Gristenien da vugale da Vari. Comzou Jesus d’ar Verc’hez, e doe vertuz da lacaat e calon Mari carantez ur Vam e kever oll ziskibien Jesus-Christ ; rac-se, dre vertuz ar gomz a lavaras Jesus da Vari evid ar Gristenien, Mari a zant en e c’halon, outo oll, ar joa e deuz ur Vam ouz e bugale. E c’harantez en andred ar Gristenien, n’euz den var an douar evit e c’hompren : ac mar d-eo guir a leverer, o d-eus ar mamou muioc’h a garantez ouz ar vugale o d-euz cousted ar muia poan dezo d’o lacaat er bed, da vam ebed ne goustas kement a boan lacaat crouadur er bed, evel ma coustas da Vari, e-harz ar groaz, beza lakeat da vam d’ar Gristenien… A ! e peleac’h e vizen-me brema, anez ma e deuz va dioualled ? Eb mar, e flammou an Ifern. — Sant Iann a oe choazed, dreist an Ebestel all, evit beza gant ar Verc’hez. Abalamour ma oa pur ha guerc’h e-unan, ac abalamour ma oa choumed e-harz ar groaz. Bezit pur evelda, sonjit aliez e poaniou Jesus-Christ e doare pa vizec’h e-harz ar groaz, ac e vezoc’h ive bugale da Vari.


III


Sant Iann a oe e kever Mari ar pez ma tle beza ur mab carantezus e kever ar vella mam ; a zente outi, a zerviche anezi, mall atao ganta discuez dezi e resped ac e garantez, ac e c’houlenne cuzul diganti, pa vize un dra bennac o tieza e spered. C’hui penaoz e rit e kever ar vam vad-se ? Lavarit dezi : Monstra te esse matrem. Discuezit ez ôc’h va mam, ac e devezo tro da lavaret deoc’h : Discuezit ez ôc’h va mab. — Silaouit petra a lavar deoc’h, eus kichen ar groaz : Servate mihi puerum, emezi : Na roit ket ar maro d’am Mab, o crucifia aneza c’hoas dre ar pec’hed : nep er graï ne vezo mui e renc va bugale.

Pedit Jesus, ma lacaï ennoc’h, divar e groaz, calonou bugale dener, e kever Mari, evel ma lacaas e sant Iann. Pedit Mari da veza deoc’h ur Vam dener, evit na vezo ket colled evidoc’h e foaniou ac goad e Mab scuilled evit an oll. Discuezit e fell deoc’h e c’hemeret evel ho mam, o telc’her mad da enori anezi.


Santez Mectild


Ur veich santez Mectild a oe menned da c’houlenn digant Jesus-Christ ar c’hras a oe roed da sant Iann pa glevas Jesus, divar e Groas, o lacaat ar Verc’hez da Vam deza. Jesus a zilaouas ouz pedenn Mectild, a lavaras d’ar Verc’hez caout sousi eus Mectild e merc’h, ec’his pa lavarse : Setu aze Mectild, ho merc’h. Mectild, leun a joa, a bedas Jesus da ôtrei ar memes gras ha trugarez d’ar re e goulennse, ac hon Zalver a lavaras dezi e rose d’ar re e goulennse a vir galon. P’eo Jesus ken mad e kever a re a bed aneza evel ma ree santez Mectild, pedomp-en da rei da glevet deomp, e goeled on c’halon, ez eo ar Verc’hez or Mam, ha silaoum-e da lavaret deomp, divar e groaz, en eur discuez ar Verc’hez : Setu aze ho Mam. Silaouomp ive Jesus, lacaomp or spered evel da zilaou aneza o lavaret d’ar Verc’hez, en eur discuez ac’hanom-ni dezi : Setu aze ho pugale, setu aze ho mab. Ecce filius tuus.


————

AN UGENTVET DERVEZ


————
Jesus diskenned diouz ar Groaz


Mari a oa en e zav e-harz ar groaz, pa guzas an eol, pa grenas an douar, var maro Jesus. D’an ampoent ma e devize cared e vize diskenned corf e Mab etre e divrec’h, ur zoudard a deuas ac a zigoras costez Jesus gant eun taol lans. Ar memez taol a dreuzas calon ar Verc’hez. Evelato, ne ziscuezas droug ebed ouz ar galon griz-ze, daoust ma ranne e c’halon enni, o velet ober kement all d’e Mab, evita da veza maro. Ar Gvener oa, var ar pardaez ; ac o veza n’oa ket deread e vize lezed ar c’horfou maro ouz ar groaz, rac ma oa gouel braz an tronoz, e oe tenned an tachou, diskenned corf on Zalver diouz ar groaz, ha Mari en c’hemeras etre e divreac’h. E starda a reas var e c’halon, gant un deneridigez a roe Doue dezi ; e adori, o poket meur a vech d’e c’houliou sacr, ac e ofri da Zoue an Tad, evit savetei ar bed. An teir Mari all, deuet var ar C’halvar assamblez gant ar Verc’hez, a zirollas da voela, da irvoudi. Ar Verc’hez a oe braz e glac’har, evel ma oa braz e c’harantez ; evelato, ervez sant Anselm, e talc’has ganti ac en em viras ken deread, ker brao, n’oa leac’h nemet da veuli.


MIDITA


Var glac’har ar Verc’hez


I


Lacaït ho spered da zonjal er ran-galon e doe ar Verc’hez, pa velas costez Jesus toulled gant ar zoudard. An Den-Doue ne zantas poan ebed evit an taol-se, pa oa maro ; Mari eo en santas betec ar beo. Enni eta eo e echue poaniou on Zalver evidomp-ni, evel pa lacaze Mari er poaniou-ze ar pez a vanc enno, ar pez a vanc dezo. Ne vanc dezo nemet beza lakeat da dalvezout. Setu a-ze costez Jesus digor, e galon treuzed ! O crissa calon a ziscuezas ar zoudard-se, e kever unan maro ! Ha me, me zo c’hoas crissoc’h, pa dreuzan, dre va fec’hejou, calonou Jesus ha Mari, crissoc’h oun eget ar zoudard-se.


II


Sonjit evel pa velsec’h Jesus, diskenned diouz ar groaz etre divrec’h Mari. Ac a zaelou a scuillas var e c’houliou sacr, d’o goalc’hi ! Pa oe lekeat er bez, pebez ran-galon c’hoas ! Ha c’hui, pebez ingrat, mar tizonjit epad meur a viz diouz-tu an ini en d-euz scrived oc’h ano gand e c’hoad var e zaouarn ac en e galon. Iviziken diana, sonjit aliez e gouliou ho Salver, ma tescoc’h caret Doue ; ac evit enori mad ar pemp gouli dalc’hit var ho pemp skiant, o tiouall na velfec’h, na zilaoufec’h, na lavarfec’h, na zantfec’h, ha na douchfec’h netra, mar ve pec’hed ober, mui eget ma vizec’h maro. En doare-ze, Mari a zigemero ac’hanoc’h ive etre e divreac’h da vont ganti.


III


Ar Verc’hez, pa oe lekeat Doue e Mab er bez, a adoras ar groaz, ac a lakeas evez mad, dre ma valee, na lacaze e zreid var roudou ar goad scuilled gant Jesus. — Daoust ha resped avoalc’h am euz-me evit an trou sacr, ar zacramanchou ? Ar Verc’hez, pa erruas en e zi, pa en em velas e-unan eb Jesus, a voelas doureg deza. Peur e voelin-me avoalc’h, o coll va Doue ? A ! me an den ! Laouen e vezan da lammet gant va joa, gant ma vezo tud da ober compagnunez d’in, ac cousgoude pe seurt vad a rafe oll gompaignunez an dud, eb an Aotrou Doue ?… An diskibien a deuas da gaout Mari, evit consoli anezi, ha beza consoled ganti ; ac ar Verc’hez a startaas anezo er feiz. Pebez calonad all da Vari, pa velas e vanke unan eus an Ebestel ! Judas a oa maro en disesper. Pebez calonad ive, pa vel unan eus e bugale o trei fall. Consolit eta anezi, o tistrei outi gant keuz da veza bet e c’huiteed, ac e devezo joa, o velet beo adarre, e c’hrouadur bet maro.

Evit ober joa d’ar Vam a c’hlac’har, grit ur binijen bennac, o tioueret un dra bennac, pe en dibri, en eva, pe er cousket, pe o choum eb mont e leac’h ma carit re mont, etc.


Ur relijiuz var e dremenvan


Un den o veva e couent a oa ankenied braz, debred e spered gant ar scrupulou, ma venne disesperi. Ar pez a vire outa da bergoueza e disesper, oa ar zonj eus poaniou ac eus glac’har ar Verc’hez. Pa zante e spered o vennout dieza, e veze mall ganta en em erbedi ouz an Itron-Varia a druez, o lacat, dre e spered, e boaniou e-unan e mesc poaniou ar Verc’hez. Pa oe toc’hor da vervel, an droug-spered a lacaas e oll nerz, e oll c’halloud da berdôler aneza e disesper. Ar Verc’hez a deuas diraza neuze, gant truez outa, ha lavaret deza : Va Mab, emezi, perac e kemeres kement a encrez ac a nec’h, ha te bet ken aliez o consoli ac’hanon-me. Setu me ive digassed gant Jesus d’as consoli en da boan. Bez laouen ha joauz, ha deus ganên-me d’ar Baradoz. Ar relijiuz a deuas seder, a joaussaas, ac a dremenas e peoc’h, evel ur c’hrouadur o vont da gousket var divrec’h e vam.


————


AR C’HENTA VAR-N-UGENT DERVEZ


————
Jesus, beo adarre, a en em ziscuezas d’e Vam


Da beleac’h ez eas ar Verc’hez, pa oe lekeat Jesus er bez ? E peleac’h edo, pa deuas Jesus, saved beo eus ar bez, d’en em ziscuez dezi ? Ne ouzer ket d’ar zur. Var a lavar unan eus an amzeriou cos (Niceph.) ar Verc’hez a ieas da di sant Iann, arp ouz menez Sion, e kear Jerusalem. Evelse e reas, evit doare. Rac guall-zempl e tlie beza eat o veza ma oa choumed pell eb tam ebed, noz deiz var vale, ac e goelvan. Rac-se, neket da veza creded e vize eat pell diouz Jerusalem, ha sant Iann, pa en doa lavared Jesus deza, divar e groaz, caout sousi anezi, a gassas anezi ganta d’e di. Eno eta, evit doare, e c’hortozas e Mab ; rac, eviti, n’edo ket en antremar, sur oa, e tlie sevel beo adarre euz ar bez. Ar pez a zo sur, ive, ervez darn eus an Tadou, ar Verc’hez a oe ar genta a velas Jesus beo adarre, an trede deiz goude e varo, ac ar genta o adori aneza en e c’hloar. Jesus, goude beza great ur gourc’hemenn da enori on tud, n’oa ket evit revuz an enor-se d’e Vam. Mari ive eo an ini a zantas ar muia glac’har, pa varvas Jesus, ha dezi oa dleed, dreist an oll ac araog an oll, ar joa d’e velet adarre beo, leun a c’hloar.


MIDITA


Ur vuez nevez


I


Jesus, saved beo adarre eus ar bez, a en em ziscuezas e meur a c’hiz. Discuez a reas oa beo adarre, o lacaat eleiz a dud santel, maro diaraog, da zevel beo eus o beziou ha da vale dre ruiou Jerusalem, e leac’h ma oent guelet gant calz a dud. Discuez a reas ive oa beo, pa gassas Elez-mad da lavaret d’ar merc’hed santel eus Jerusalem, oa beo adarre, ha pa ziscuezas an Elez-se dezo ar bez goullo. Jesus en em zizcuezas e-unan ive, dirac e ziskibien, en eur rei dezo da anaout pegen cre oa e garantez en o andred. Bemdez c’hoas en em ziscuez avoalc’h evit ober d’an dud beva guelloc’h, o lacaat tud santel da ziscuez ar mad d’ar re all evit o c’hass varzu an Ee. Lacaat a ra ive Elez-mad da gass an dud ëun ha difazi varzu ar Baradoz ; ac e-unan e tigass ive sonjou mad er spered, evit ober d’an dud tanva joaiou an Ee. Bete vrema, penaoz oc’h euz silaoued an aliou fur, oc’h Eal-mad, ac ar zonjou a deue deoc’h eus an Ee ? O va Jesus, grit ma lacaïmp iviziken da dalvezout ar grassou a roit deomp, evit mont ganeoc’h d’ar c’hloar.


II


Mari a velas, araog den all ebed, Jesus beo adarre. Sonjit e velit dirazoc’h corf Jesus, a oa evel eûz e velet gant e c’houliou, ac a zo deuet brema caer, un dudi e velet en e c’hloar. Pebez sench ! C’hoant oc’h euz e ve ho corf caer dudiuz ive da velet er c’hloar, evel ma eo corf Jesus ? Grit ma vezo, a vrema, evel ouz corf Jesus, o rei poan deza. Guelit an Elez, un arme vraz anezo, guelit an dud santel maro araog ma oa deuet or Zalver ac a oa el limbou o c’hortoz aneza da zont, guelit an dud vad-se, un arme vraz anezo ive, en dro da Jesus o Roue. Caera triomf ! pebez joa da Vari brema, goude kement a ran galon ! Kemerit perz en e joa, ha dalc’hit sonj mad, n’euz ent ebed d’ar baradoz nemet ent ar groaz ; mes ive, poaniou ar vuez-ma ne d-int netra e scoaz ar c’hloar a velimp goude.


III


Ur c’hrouadur da Vari a c’hell ive ober joa d’e Vam, ur joa evel ouz ar joa e doe, pa velas Jesus beo adarre ; ia, mar car coves mad, gant guir glac’har d’e bec’hejou, evit sevel beo a-nevez eus ar stad a bec’hed, a zo stuz ar maro. Eleiz, siouaz ! ne reont nemet ar van da zevel. Pere int ? Ar re ne govessaont ket mad, ar re ne govessaont nemet en desped dezo ac evit douja d’an dud, eb keuz ebed en o c’halon, ac a gouez adarre diouz-tu, eb mont tam ebod var vellaat.

Diouallit na ve bet fall ho covessionou tremened, bet treac’h ar vez deoc’h ; n’ho pe covesseed eb keuz ebed, na bolontez da vellaat. Mar d-euz izom, grit ur govession a-benn a-nevez, eus ho pec’hejou, ur govession jeneral.


Ur mignon da sant Ceseer


Sant Ceseer en doa, e Rom, ur mignon pe anaoudeg voall-disevel, siouaz ! diouta. Den mad ervez ar bed, maniel vrao a zen, un doare deread da velet, mes dizantel braz en e vuez. Sant Ceseer en doa cass ouz e vuez fall ; ac evelato, en doa joa outa a-ent-all, en e galon ; ha ne eane o lavaret e vad deza, o kelenn aneza. Sant Ceseer en doe ar maro evit ar feiz, ha setu e vignon lezed iviziken en e roll, nicun da intourdia aneza. Evelato, pedennou ac aliou mad ar merzer santel, ne d-asont ket da goll. Mignon sant Ceseer a zalc’has mad da ur bedennic bennac. Pa oe var e dremenvan, an erevent a rodas en dro d’e vele, ha rag-tall ma velsont aneza maro, e lammsont var e ene, mall ganto sailla varna, evit e gass ganto var ëun d’an ifern. Ker buan, an Ee o tigeri, ac ar merzer santel, Ceseer, var e zaoulin dirag tron an Drindet, o pedi ma vise lakeed ene e vignon paour e tro da veza saveteed, dre vertuz miritou braz rouanez an Elez. — Purgator deza, n’euz fors pegeit, purgator deza ; mes gras ha pardon diouz an ifern ! Ac ker buan, ar Verc’hez ive var e daoulin, da c’houlenn ma vise silaoued ouz pedenn an ini en doa roed e c’hoad ac e vuez evit Jesus-Christ. Silaoued e oe ; ac ene an den maro da gaout e gorf da lacaat buez enna abars ma vise lakeed en douar. Ar re a oa var al leac’h a venne mervel gant ar spont. Ar pec’heur eil-beved a c’houlennas, buan ha buan, coves, a reas covesion jeneral, ac e c’hallit crede stard e covesaas mad, e reas c’houec ac caloned e act a gontrision, o tont divar dreuzou dor an ifern. Goude beza bet an absolven ac greet ar pez a dlie, e tremenas, o lacaat e fizians e trugarez an Aotrou Doue, ac ez eas d’ar purgator da baea ar pez a dlie evit e bec’hejou, da c’hortoz mont d’an Ee. Ar seurt burzudou ne veler nemeur ; mes c’hui, petra livirit eus galloud ar Verc’hez, a zigass eus a varo da veo. (P. Binet.)

AN EIL VAR-N-UGENT DERVEZ


————
Buez ar Verc’hez, goude ma oa pigned Jesus en Ee.


Ar Verc’hez, var a laca an darn vuia eus an doctoret, a choumas c’hoas pemzec vloaz all var an douar, goude ma oa pigned Jesus en Ee. Epad an amzer-se, e labouras da lacaat da zevel Iliz Jesus-Christ, c’hoas iaouanc, ac a ranke, ker-buan ha ma oa ganed, stourm ouz ar voall dud. Ar Verc’hez a roe nerz d’ar gristenien, ac a lavare dezo penaoz kemeret an tribuillou a gouezze varno, evit beza treac’h dezo. Mari, eme sant Anselm, e doa bet digant ar Spered-Santel, un anaoudegez sclear eus ar misteriou, ac a roas anezo da anaout d’an Ebestel ; rac an Ebestel a iea d’e c’haout, Verc’hez o digemere evel e zud muia cared ; ac i e-unan a dremene e buez evel pa vize unan eus an Ebestel. Var a laca sant Gregor Nazianz, ar Verc’hez, goude ma oa saved Jesus-Christ en Ee, a zisclerias e-unan d’an Ebestel, e vize discared ha dismantred oll kear Jerusalem, abalamour d’an torfed great eno en andret ar Messias. Sant Sofrôn a lavar ez ea ar Verc’hez aliez var ar C’halvar, ac e vizite ar bez Sacr, menez Olivez, ac e poke d’an douar var roudou Jesus, gant carantoz ac gant resped, evel poket d’an traou sacr. Darn a laca e vevas, divar an aluzennou a veze digassed, en amzeriou kenta-ze, evit maga an intanvezet paour. Ar Verc’hez, ervez santez Berc’het, a fermaaz ar gristenien genta er feiz, ac a lacaas da drei var al lezenn gristen eleiz a Iuzevien ac a baïanet, ac evit se eo e oe dalc’hed gant Doue pellic var an douar, goude ma oa saved e Mab en Ee.


MIDITA


Mari scuer an oll


I


Sonjit er-vad : an oll vertuziou a gaeraas ene ar Verc’hez. Ne vanke tro ebed da ober actou a zantelez. Pebez tenzor a vadou an ene e calon Mari ! Ar feiz da gredi comzou Doue, ar joa ouz ar baourentez, un ene pur atao, ur spered humbl, modered ha fur e peb tra, joauz o senti, bepred e Doue, ac er vall d’e velet, leun a fizians vad, c’hoanted da lacaat an oll e gras Doue : an oll vertuziou-ze, ha dreist peb tra ar garantez, rouanez ar vertuziou, a oa e calon Mari evel var o zrôn, evit para ac’hano var an oll. Ne ree netra na vize ervez Doue. Evelse oa caer e ene, ken caer, ma oa un dudi gant an Elez pa velent kement a c’hened ac a gaerentez. O va ene, pebez joa e defe rouanez an eneou kement a c’hrassou, ur gurunenn ken caer en Ee ! O ! Mari, grit d’in ive caout un dra bennac eus ar pez a ro deoc’h kement a c’hened en Ee, m’eo un dudi gant an Elez beza dirazoc’h ! Pa z-oun ho crouadur, grit d’in caout un eveledigez bennac ganeoc’h.


II


Ar Verc’hez a viras atao an tenzor-se a c’hrassou ; ne d-oa izom ebed da gaout aoun na gollse anezo. Sur oa da veza atao treac’h d’an droug-spered ; ac evelato, e veze bepred var evez, e pellee diouz ar bed, e pede, e ree pinijen. Perac ? Evid discuez scuer d’an oll. Ha me, penaoz e raan evit beza evel outi ? Ac evez a lacaan-me diana da bellaat diouz ar re am lacafe da bec’hi ? Pa ne raan nemeur a binijen, ha diouall a raan diana, evit beza un nebeud bennac evel ouz Mari, ha diouall a raan ouz an dibri ac an eva re ? Pa ne garan ar baourentez eveldi, na beza va-unan eb compagnunez, ha diouall a raan-me, evit mont a ziabell da viana varlerc’h Mari, ha diouall a raan-me avoalc’h ouz ar ficherez ac an digorou divoder, ar c’homzou noazuz ?


III


Mari, en e oberou ac e deveriou custum, ne vize nemeur disevel diouz ar re all. Perac eta, eb ober nemet evel ar re all, e c’houneze gras-vad an Aotrou Doue dreist ar re all ? Abalamour ma lakee, er pez a ree, muioc’h a garantez Doue. Evel-se, Doue ne c’houlenn diganeoc’h na traou burzuduz na traou braz ; mes ma reoc’h evita ac evit gounid e garantez ar pez ho pezo da ober evel ar re all, er stad m’emaouc’h. Ar Verc’hez a oa a-galon atao gant Doue ; ha me ken digalon en e zervich ! Mar grafen evita ar pez a raan evit ar bed ac an droug-spered ! O ! Mari, c’hui vel va laoskentez e kever Doue ; grit m’am bezo lod ive eus ar garantez ac ar galon vad a lekeac’h en oc’h oberou, ac a roe buez da gement vad a reac’h.

Evit ober mad kement oc’h euz da ober, sellit en ho coustians da velet pegen dissevel ouc’h diouz ar Verc’hez en oc’h oberou. Mar d-ouc’h atao digalon enno, dizonj tre eus a Zoue, neuze emaouc’h pell diouz Mari, voall-disevel diouti.


Scuer d’ar bardouneurien pe bellerinet


Un dejentil, un den nobl ha pinvidig, a ieas da bardouna da Jerusalem, d’al leac’hiou oa eet on Zalver dreizo, en aviz lacaat carantez Jesus da grevaat en e galon. Mont a reas da Vetleem, el leac’h m’oa ganed Jesus ; da Nazaret, el leac’h ma vevas meur a vloaz gant Mari ha Josef ; da Vetanii, ur vourc’h var-dro un anter-leo diouz Jerusalem ; ac ac’hano d’ar Jardin Olivet. Eno e rannas e galon gant glac’har, o sonjal ez edo var al leac’h ma c’hoezas Jesus dour ac goad, da voalc’hi an eneou diouz ar pec’hed. Goude-ze, var roudou ar Verc’hez, ez eas dre ruiou Jerusalem, da arvest on Zalver, evel pa velse aneza treïned, stlejed, cassed, digassed gant e vourrevien, e gorf sacr dispenned, ur gurunenn spern var e benn, ur groaz pounner var e scoaz ; ac errued var barr menez Calvar, e lacaas e spered da zonjal e vele Jesus ouz ar groaz, ac ar Verc’hez en e zav e kichen : en em lacaas da arvest e Zalver en e boaniou braz, o voalc’hi pec’hejou an dud ; ac e scuillas daelou c’hoero var e bec’hejou e-unan, o velet poaniou e Zalver ha re ar Verc’hez. Goude, ez eas da Jardin Josef Arimathii, da velet ar bez Sacr m’oa bet lakeed Jesus enna. Ac’hano, e pellaas var-dro un diou leo diouz Jerusalem, betec bourg Emmaüs, eleac’h ma oe gveled Jesus beo, d’ar zul da bardaez, an trede deiz goude m’oa maro evit an dud, da lavaret eo, d’ar zul Fasc. En difin, e echuas e dro var Menez Olivez, e-harz Jerusalem, eleac’h ma savas Jesus ac’hano en Ee, ac eno ez eas var e zaoulin, e pocas caloned d’ar roudou a lezas on Zalver er plass m’edo e dreid, pa guitaas an douar ; ac o sevel goude en e zav, e galon o vervi en e greiz gant ar joa ac ar garantez a zante ouz e Zalver o sonjal en e vadelez, e zaou zorn varzu an Ee, e doare pa vise bet o kemeret e benn-err ac e lans varzu an Ee, da heul e Vestr carantezuz, evit beza da-vad tost deza ac atao en e joa, e lavaras c’houec ac caloned : — Jesus, joa va c’halon, va c’harantez ! — Ac ker buan e tremenas. Caëra maro !


————

AN TREDE DERVEZ VAR-N-UGENT


————
Ar vall e d-oa ar Verc’hez da vervel


Pa oe saved dija an Iliz eus a vian da vraz, dre bep seurt tribuillou, pa oe fermead avoalc’h, dre ar boan a gemeras ar Verc’hes, epad pemzec vloaz, da lacaat anezi da fermaat, neuze Mari a bedas Doue da denna anezi pelloc’h eus ar bed-ma, eleac’h ne oa nemet un dremeniadez ac evel ur bellerinez, ha da c’helver anezi d’an Ee, evit beza da vad e kichen e Mab. Pa oe deuet ar mare merked gant bolontez Doue, un Eal a zigassas da Vari ar c’helou a joa. (Niceph). An Eal a lavaras dezi oa tost ar mare dezi da guitaat ar vro estren-ma, evit mont d’e bro en Ee ; ac e lacaas en e dorn ur bod palmez. (Ar guez palmez, atao glaz, anv-goanv, a zo evel ur scuer eus a vuez ar Baradoz, eleac’h n’euz maro ebed. Ar palmez a verke ar victor gounezed var an Ifern.) An Eal-se a lavaras ive d’ar Verc’hez pe zeiz e varvse. Ar c’helou-ze a reas kement a joa da Vam Jesus, ne gave ket dezi e c’halle trugarecaat Doue avoalc’h ac e tride e c’halon gant e joa, ac e lavare d’ar re e anaveze ac e c’hare muia, d’an oll Gristenien, ar c’helou e d-oa cleved gant an Eal. Discuez a reas dezo ar scour palmez en doa roed an Eal dezi ; ac e lavaras rei e dillad da ziou intanvez paour a oa o choum e kichen. E zi a en em gavas leun a dud, ar Gristenien o tont da ziscuez o c’haonv ac o glac’har en eur scuilla daelou o velet e oant var nez dioueret ur Vam a c’houie o c’helenn ker caer, ha doussaat o foaniou. Mari a lavare dezo arabat voela, ha discuez o joa eveldi, rac ma edo o vont d’an Ee.


MIDITA


Ar vall da velet Doue


I


Pegement a vall e doa ar Verc’hez da velet ar maro o tont, abaoe ma oa saved en Ee Jesus e Mab, ha muioc’h c’hoas en e bloaveziou diveza var an douar. Neket ma vize dic’houted diouz ar vuez nac en desped dezi var an douar ; ar joa e d-oa, o vont da velet e Mab, ac ar vall da veza da vad ganta, setu eno petra a lakee anezi ken laouen, ken joauz ouz ar maro. Dalc’h-mad e save a galon varzu enna, ac e lavare deza ne veve mui pa ne vele aneza ; ac e c’houlenne mont varzu enna gant muioc’h a vall da veza ganta eget n’en d-euz ur c’haro, dare gant ar zec’hed, d’en em gavout gant an eienennou dour-red. C’hui, petra eo deoc’h caout kement a encrez ac a spount rag ar maro ? Endra m’eo an diveza termen d’an oll boaniou ac ar c’henta d’an oll vadou ha d’an oll joaiou ? Marteze e vanc deoc’h muioc’h a garantez Doue, vall d’e velet. Boazit ho spered, evel Mari, da gaout mall ac ast da velet Doue, ac ho pezo neheutoc’h a aoun rag ar maro, ha marteze joa o velet aneza o tostaat. O ! mam garantezuz, mam ar garantez caer, c’hoezit an tan-se, lacait ar flam-se em c’halon, ha clevit an ereou am stag ouz ar bed-ma, ma vezin dieub caer, distag avoalc’h da vont ganeoc’h da gaout an ini ma tlefe an oll galonou tenna atao varzu enna, evit beza unan ganta en Ee.


II


Mari, evit beza m’e doa mall da vervel dre ma care Doue, a oa evelato a-galon vad var an douar. Diouz un tu, e doa mall da vervel evit beza gant Doue ; diouz un tu all, ar joa e doa ouz an dud a ree dezi caout c’hoant da choum pelloc’h beo, evit beza ganto, ac ober vad dezo... O Mari ! A me a ve euruz ma veen, eveldoc’h, c’hoanted da vervel evit mont gant Doue d’e garet evel ma reer en Ee, ac evelato atao countant eus ar pez a garo Doue ober ac’hanon !... Me ve euruz, mà veen avoalc’h e gras Doue evit beza laouen ha joauz ouz ar maro, ac atao countant da choum c’hoas beo, en desped d’an oll boaniou a zo stag ouz ar vuez-ma. Pegeit emaoun c’hoas, siouas d’in ! diouz ar zantelez ac an eurusdet-se ! Mari, tennit ac’hanon var ho lerc’h, grit ma claskin mont en ho roudou ac ober diouzoc’h.


III


Pa glevas ar Verc’hez gant an Arc’h-Eal Gabriel oa tost deiz e maro, pebez joa a zantas enni ! Gant pebes santelez e roas a galon, da Zoue, e buez ac e maro. Gant pebez carantez e trugarecaas Doue evit ar grassou caer e d-oa bet diganta ! Mall e vize ganti lavaret ive : Lætatus sum... Ac a joa am-euz me bet, o clevet ar re a lavare : Emaoump o vont da di Zoue !... — Evelato, Mari a lavare a galon, evel pa zeuas an Eal d’e zaludi evit beza mam da Zoue : — Setu ama, emezi, servicherez an Aotrou Doue, ra veza great ho lavar. O ! pegen euruz e veen-me, mà ve em c’halon lavaret evelse ive, pa zigasso ar medicin pe ar beleg sonj d’in eus va amzer diveza var an douar ! Santez Mari, mam da Zoue, evit m’am bezo ar c’hras-se, pedit evidomp, pec’herien, brema ac en eur eus or maro.

Evit beza evelloc’h ouz Mari, boaza ar spered da asta mont da velet Doue en Ee, mes o soubla atao d’e volontez, evit beza ive a-galon vad var an douar. Lacaat a reer ez euz er Purgator ul leac’h disparti ac ur boan disevel, evit ar re n’o devezo discuezed var an douar, nemet nebeud a vall da velet Doue, evel pa vizent divar fae o c’houlen mont d’e velet. (Blosius, etc.)


Josefina M...


An Aotrou Doue a denn, a-veichou, an dud iaouanc eus ar bed-ma, evit na deuint ket d’en em goll enna, evel ma tigouezas gant Josefina M... (E zud a zo beo c’hoas.) Er pen kenta, n’oa nemet siou fall enni : voall-aviuz, lipouzez, netra nemet tout dezi e-unan ac ar re all da zellet. Mes, divar m’e doe greet e fasc kenta, e teuas da veza ur verc’h all, humbl ac carantezuz, mad da bedi, akeduz en e oll deveriou, petra bennac gousgoude ar voall-natur anezi, evel ma c’hoarv perliessa, a glaske atao sevel da uhela, gounid var e bolontez vad, ma rancas stourm stard outi e-unan, evit kendelc’her da veza mad. E c’hurunenn, nemet caeroc’h a ze ne oe, ac gant gras Doue, ar mad enni a drec’has ar fall, ac eno ema ar vertuz ac an enor guirion. Un droad e lavaras da ur gamaradez dezi : — Ne zivizan mui netra, emezi, nemet beza unan eus bugale Mari. Un nebeud goude ma oe roed dezi metalen bugale Mari, e teuas en e spered ar zonj e varvse eb dale, ac ez eas trist, e cleme, eb na vise netra evit e c’honsoli. — Mervel ker iaouanc ! pebez glac’har, rancout mont ken abred eus ar bed-ma ! Setu petra a zonje enni e-unan. Evelato, en dro-ma adarre gras Doue a c’hounezas, ac ar verc’h iaouanc a zoublas d’e volontez santel. E c’halon a zistagas crenn diouz ar bed-ma, ha ne ziscuezas ken mall, ken ast, nemet da veza gant Doue. Cared e devize mervel un deiz gouel d’ar Verc’hez, ac e varvas ur zadornvez. Unan eus ar re a oa var e zro a lavaras ano dezi divarbenn parea, ac a c’houlennas outi ha joa e vise ganti beza pare. — Nan ! emezi, aoun em euz na deufe d’in voall-fazia eneb an Aotrou Doue, o choum pell var an douar. Caëra carantez lakeed gat Mam Doue e calon e merc’h Josefina !


————

AR PEVARE VAR-N-UGENT DERVEZ


————
Mari pa velas ar maro tost


Pa oe tost ar mare ma tlie Mari tremen eus ar bed-ma da vont da Jerusalem an Ee, Doue a roas dezi, evit e enori c’hoas, ur c’hras all. Doue a falvezas deza ma vize an Ebestel var al leac’h pa dremense, evel ma velomp var al levriou coz. Eb merca ama ar pez a verc deomp sant Denis, unan euz ar re a oe var e maro, e lacaïn ar pez a verc Juvenal, escop Jerusalem, divarbenn maro ar Verc’hez. Petra bennac, emeza, ar Scritur Sacr ne lavar deomp netra eus ar pez a c’hoarvezas var e zremenvan, evelato, ervez ur greden a zo a-goz, a rum-da-rum, etouez ar Gristenien, an Ebestel, scuilled dre ar bed, a oe digassed a-zoug, en un taol count, da Jerusalem gant Doue oll galloudeg, ac e oent var al leac’h pa varvas ar Verc’hez benniged. Sant Anselm, ac re all, a lavar ive, e tiskennas Jesus-Christ eus an Ee, eleiz a Elez en dro deza, evit digemeret e Vam muia-cared, da vont d’an Ee ganta, rac-tal ma raze e alanad diveza etre e zaouarn. Ervez unan eus ar memez Tadou, ar Mab ac ar Vam a oe neuze ur pennad o comz etrezo an eil d’egile.


MIDITA


Ar maro santel


I


Setu tost an eur da Vari da dremen eus ar bed-ma d’ar bed-all. An Ebestel ac an Diskibien a velet o-h en em gavout, dre viracl, evel pa vizent bet en em glevet da zont, eus a bep-tu, da Jerusalem, evit beza var al leac’h da velet ur maro ken caer. Doue a felle deza e vizent eno, pa varvas ar Verc’hez, evit brassa mad an Diskibien, ha muioc’h a joa d’ar Verc’hez. Sonjit e daelou an Ebestel, a voele o velet Mari o vont diganto ac o lezer anezo var e lerc’h, evel minoret paour. Sonjit pegen stard e pedent anezi da gaout sonj anezo, ac eus an Iliz a oa c’hoas o sevel. Sonjit en traou caer ha dudiuz a lavare dezo da zoussaat o foan. Santella comzou a lavare evit o c’helenn ! Gant pebez carantez e pede Doue da scuilla varno e c’hrassou, o prometi dezo e vize o alvocadez en Ee ! Tennit ac’hano ur vad bennac d’oc’h ene. Carout a rafec’h e ve, var ho maro, en dro d’ar guele ma varvoc’h enna, tud vad, tud a garantez Doue, da lavaret traou caer deoc’h ac da zicour ac’hanoc’h da zonjal e Doue ? Mad ! kent a-ze boazit da zilaou anezo, da ober o lavarou, en dra ma emaouc’h var ho iec’hed. Dreist peb tra, grit ma ho pezo ur c’hofessor mad da ententouz o-h ene, ma echuoc’h ho puez dre ur maro christen.


II


Jesus-Christ leun a c’hloar, caer ha dudiuz da velet, a ziskennas e-unan eus an Ee, da gaout e Vam benniged, evit beza e-unan ganti var e maro, ac cass e ene d’ar Baradoz. Sellit ouz Jesus, Elez aleiz en dro deza. Gant pebez joa e teu an Elez-se da entent ouz o Rouanez, da zervicha anezi !

Servichit anezi, c’hui ive, evel d-o. — Silaouit Jesus : Savit, emeza o comz ouz e Vam, savit, deuit, deuit buan, va muia-cared, caer dreist an oll, deuit ! Ar goanv a zo eat a-biou, ar glao a zo taved, an oll boaniou a zo eat pell, deuit d’an Ee ! Gant pebez joa ac carantez e lavarse Mari, evel Jesus pa varvas : In manus tuas.... Me ro deoc’h va ene da viret, da vont ganeoc’h ! — Carout a rafec’h e ve, en eur ho maro, sonjou mad var ho spered. Kent a ze boazit ho spered da gaout ar seurt sonjou-ze epad ho puez. Eaz e caver, en eur ar maro, sonjal er pez e vezer bet boaz da zonjal mad epad ar iec’hed. Darn o d-euz bet merked ar pez o d-oa c’hoant a vize lavared dezo pa vizent o vont da vervel.


III


Pebez madelez, pebez carantez a ziscuez Jesus deomp en on amzer diveza ! Om bizita a ra, maga ac’hanomp er zacramant sacr !... Lacaït carantez Jesus kever-e-kever gant garantez an dud.... Em c’hlenved diveza, va mignonet am lezo ganeen va-unan, ac a bellaio diouzin : Jesus a deui eus e dempl, a deuio a-dreuz al leur-geriou, ar villarennou, d’am c’haout var va guele em poan. Va mignonet, evel pa o defe eûz o velet ac’hanon o stourm ouz ar maro, a dec’ho, ha ne deuint nemeur var va zro : Jesus, eleac’h pellaat, a deu neuze da gaout ar c’hlanvour keaz, a zisken var e deod, en e galon. Va mignonet, ar re a veze atao assamblez ganeen pa zean en un tu bennac, ne c’hallint mui erzel ouz ar c’houez cre a zavo diouz va c’horf prest da zismantri : Jesus n’en devezo donjer ebed ouzin, ac a fell deza beza atao em c’hichen, em daouarn ganeen, pa fell deza e crogfen em grucifi, evit ma varvin en eur boket d’e c’houliou sacr, ac en eur e starda var va c’halon. Ia, ia, Jesus eo ar guir vignon, ar re all n’int nemet an neuz, n’o d-euz nemet an ano. O ! pebez sotoni eta displizout da Jesus, gant poan displizout d’ar seurt mignonet-se ! Penaoz credi, en eur ar maro, sellet ouz gouliou Jesus, goude beza o nevezed gant aoun rag displizout d’an dud. O ! Carit Jesus dreist kement a zerempredit pa eo ar guella mignon a houfet caout.

Ober peb communion e-doare pa ve an diveza... Abars cousket, poket d’ar grucifi, — pe da viana lacaït ho speret da zonjal e rit — gant carantez tener, evel ma carfec’h ober en eur ar maro.


Eulalii Duval


Ur zervicheurez vad d’ar Verc’hez, Eulalii a vise bet eaz dezi caout fortun er hed : Un ear vrao, un arvez deread, ur c’hiz da barlant ac a ziscueze ur verc’h da veza deuet mad e peb leac’h. E gonidegez a vise bet avoalc’h, ac ouzpenn, evit lacaat enezi en e eaz, paneve ma oa choumed ganti, eb souten nemeti, e mam, a vise clanv dalc’h-mad, ac ur breur bian. Caër e doa poania, e veze berr atao, ma ranke en em briva goude re labourat. Ma clanvas e-unan. Clanv ar vam, clanv ar verc’h, ac ur c’hrouaduric ebken var o zro, o doare a oa trist. Eulalii, p’oa iac’h, ne d-ae nemeur eus e zi, nemet var dro ar re baour, ac a-veichou all da velet ur c’hreg vad a oa en e amezegez. Ar c’hreg vad-se n’en em gave ket er gear, e beach edo, pa glanvas Eulalii. M’en em gavas ar verc’h keaz eb sicour ; ac e c’haller credi, an dienez a ziverras e buez. Pa zistroas ar c’hreg vad eus e beach, ez eas, e fried ac i, da velet Eulalii, ac caout anezi netra var e zro nemet dienez ; ha liou ar maro varni. Un ear vrao a verc’h oa a viscoas, ac evelato e cavsont an earedigez anezi, en doare m’edo var e gvele, evel bravoc’h c’hoaz. O ! ac ez eo caer da velet, var e maro, ur verc’h devod da Vari ! — An amezeg, pa velas Eulalii : — A ! mar em bise gouezed kentoc’h oac’h clanv, emeza ! Mes, d’oc’h oad e teuer eus a bell, ha ni a viro na vanco netra deoc’h. — Bennoz Doue deoc’h, emezi ; grit d’am mam ar vad oc’h euz bolontez da ober d’in-me : me em euz bet va zacramanchou diveza, ha n’em euz ezom eus netra mui var an douar. — Cassit divar ho spered ar zonjou trist-se ; arabat disesperi. — Ac Eulalii, en eur ober ur muzc’hoarzic dudiuz : — Arabat sonjal e vên o tisesperi, emezi : esperout eo a raan, ha mont gant an Aotrou Doue neket un dra drist. — N’oc’h euz ket a boan ? a c’houlennas an amezeg. — Eo, poan em euz, mes joa em euz ive, ac an Aotrou Doue, pa c’halv ac’hanon da vont ganta, en devezo truez ouz va mam. — Ac o trei ouz ar c’hreg, e lavaras dezi : Ha neket ’ta, eme Eulalii, ho pried a vezo unan eus ar re a zoulazo va mam, evit Doue ? — Ia, eme ar c’hreg vad, ha c’hui a bedo evita. — Ac e rin, eme Eulalii, ha Doue em zilaouo. — An amezeg-se dezi, siouaz ! den mad ervez ar bed, ne d-ea ket éun gant al lezenn gristen. Eulalii o fedas ive da lezel o flac’h da zont d’e enterramant, da heul e c’hamaradezet all. — Eulalii, diag’ent aounig rag ar maro, a oa deuet, abaoe m’oa noued ha sacramented, eleac’h caout aoun, ne ziscueze nemet joa o sonjal er vuez all. — Un dra vraz eo, eme e mam, n’em befe ket muioc’h a anken o velet ma merc’h o vont diganên, un dra n’em euz ken souten na ken joa nemeti var an douar. Ken doun ema en e spered ar zonj emai o vont da velet Doue, ma sonjan eveldi. Guelet traou ne velom-ni ket anezo. Lavared e ve e clev comzon eus an Ee, ac e vel leun ar gampr a Elez, deuet evit beza en dro dezi var e zremenvan. O velet anezi ken euruz, ne oun ket evit voela. — Ac evelato e voele, ar vam geaz, mes e daelou a oa daelou dous d’ar galon. Caout ur verc’h o vont d’an Ee, caëra chans. (Ur pennad all varc’hoas.)


————


AR PEMPET DERVEZ VAR-N-UGENT


————
Maro ar Verc’hez


Ar Verc’hez a varvas e Jerusalem, e ti sant Iann, da dri bloaz a tri-ugent. (Darn evelato a laca e tremenas an oad-se.) Mervel eb an disterra anken, ac eb aoun na poan ebed. Var a verc sant Iann Damasceen, un nebeudic abars ma tremenas, e lavaras da Jesus : O va Mab, me laca va ene etre ho taouarn ; cassit ganeoc’h brema an ene-ma, oc’h euz cared kement, ac oc’h euz mired pur ha neat diouz peb pec’hed... Va zennit d’oc’h eûl, ma vezin eleac’h ma emaouc’h, c’hui ar frouez benniged eus va c’hreiz. Jesus a respountas : Deuit, va Mam benniged, d’am zi, da eana eus ho poan ; deuit ; caer ôc’h dreist an oll verc’hed ; rac ne d-euz ennoc’h netra na ve pur ha neat. — Ra vezo great ervez ho lavar, eme ar Verc’hez ; ac e roas e ene caer ac euruz etre daouarn Jesus-Christ. E c’horf a choumas e doare pa ne vize nemet cousked, eleac’h beza maro. Juvenal, escob Jerusalem, a verc e oe gveled, pa varvas ar Verc’hez, eleiz a Elez var e zro, ac e oe cleved ur c’han melodiuz ganto. Sant Andre Crêt a lavar ive e teuas eleiz a Elez, da zigemeret Mari da vont d’an Ee.


MIDITA


C’hoas var ar maro


I


Lacaït ho spered da zonjal pegen caer e oe dirag Doue maro ar Verc’hez. Poan ebed ne zantas evit tremen ; nerz e c’harantez Doue, eb clenved ebed, eo a gassas anezi eus ar vuez-ma. Netra ne ree dezi beza trist ; distag avoalc’h oa e c’halon diouz an oll grouadurien ; ac e-harz ar groaz, var menez Calvar, e doa santed e-unan, ha divoasked oll boaniou ar maro. Aoun ebed o vervel, rac dibec’h-caer oa e buez, sur oa da vont d’ar Baradoz. Caera maro ! Ha setu eno ive maro ar Zent, var-n-ed un dra bennac. Evel Mari, o d-euz joa o velet o tostaat an eur da vont da velet Jesus : o c’halon a vez distag ive diouz an douar, ha leun a fizians ; ac e caront kemeret o lans varzu an Ee, evit beza eno gant Jesus. Va Doue, m’am bê maro ar Zent !


II


Sonjit pegen disevel eo maro ar pec’heur diouz maro ar Verc’hez, ha diouz maro ar Zent. Eus ar joaiou tremened, ne van mui ganto nemet ar c’heuz ac ar remorz. Peb tra a velont o vont diganto ; kerent ha mignonet, danvez ac enoriou, dizale ne vezo mui anezo. Ar barner ac e justis, ar Baradoz serred a ziouto, an Ifern digor dindanno : pebez encrez, pebez disesper ! Guir a lavar ar Profed : Maro ar pec’heur a zo scrijuz.


III


Sonjit ervad, e rankit, unan a zaou, mervel evel ar Zent pe evel ar bec’heurien. Peini eo ar guella ganeoc’h. Mar d-eo mervel evel ar Zent eo a zivizit, bevit e gras Doue : rac, eme sant Augustin, ar maro fall a deu da eûl ar vuez fall, ha var lerc’h ur vuez vad e teu ur maro mad. Mar c’hoantaït gouzout penaoz eo beva mad ha mervel mad, setu ama : Pedit bemdez ar Verc’hez, patronez ar maro mad, carit Doue eveldi, ha dalc’hit mad da zeveriou e Breuriez. O va Rouanez, ne c’houlennan ket mervel eb poan ebed, eveldoc’h : re a bec’hejou em euz ! Va c’horf en d-euz pec’hed, just eo en defe poan, ac e varvfe er boan. Setu ama a-vad petra em euz da c’houlenn diganeoc’h : Grit m’am bezo digant Jesus, ho Mab, ar c’hras da veva brema en e garantez, ac goude-ze da vervel ive en e garantez, eb re a anken ac a encrez, ac eb difizians.


Maro Eulalii


Amezeg Eulalii, an ini a veze o velet anezi, e bried ac en, a glevas, an noz araog ma varvas Eulalii, evel ur vouez o lavaret deza enna e-unan, mont da velet penaoz e varv ur verc’h devod d’ar Verc’hez. Ac en da velet ar glanvourez benniged. Eulalii e doe ur fallaen ac e mam en em lacaas da lavaret pedennou ar maro. — Na gemerit ket ar boan, va mam, emezi, unan a zo o lenn anezo d’in. — Mam Eulalii, eme ennez, an amezeg-se, voall-dizantel bete neuze, ac en deuz counted e-unan an traou-ma, mam Eulalii, emeza, a reas ur zell ouzin, ha mont var e daoulin, ha me ive d’an daoulin, va daoulagad o para var Eulalii, e doare pa velsen ur sclerder eus ar Baradoz o skillenna var e zall. Betec neuze n’oan ket bet nemeur a veis var va daoulin. Ur pennadic goude, e velis Eulalii o-h ober sin ar groaz, e clevson un huanadic, ac e choumas eb finval, eb tenna e alan, e daoulagad digor. Sonjal a reen oa tremened. E mam a dostaas e dorn ouz e bizach, evel da zerra e daoulagad d’e merc’h. — Nan ! eme Eulalii, arabat eo c’hoas, ac’han da zeiz ar Verc’hez ; varc’hoas, da beder eur. — Ac an tronoz, da zadorn, e tro peder eur dious ar mintin, e tremenas. Marteze, eme amezeg Eulalii, an ini en deuz roet da anaout ar maro santel-ma ; — marteze, emeza, e sonjit ez is-me rag-éun da esamina va c’houstians, evit ober ur govesion jeneral. Allaz ! nan ! Va c’halon a zanten tenered, va spered ne oa ket eaz, nec’h em boa ; mes ne oan ket c’hoas perdroed var an tu mad. Caer e caven doare ar verc’h iaouanc-se, avi o velet e nerz, e vertuz, e erder varzu an Ee, an tis a oa en e c’halon da vont etreac Doue, betec enna ; mes, em spered e clasken digarezi evit stourm ouz ar virionez lakeed sclear dirazon, evit enebi ouz va Doue. Doue, meuled ra vezo, en doe truez ouzin, ha ne ziscrogas mui ac’hanon. (Da echui varc’hoas.)


————


C’HUEC’HVET VAR-N-UGENT DERVEZ


————
Mari lakeed er bez


Pa oe tremened ar Verc’hez, meuled ra vezo, an Ebestel a zavas e c’horf santel divar ar guele ma oa maro enna, a c’holoas aneza deread, ac a lacaas aneza en un arched. Eleiz a dud dall, a dud bouzar, ac a bep seurt tud clanv, a ziredas da douch ouz ar c’horf sacr, ha diouz-tu e pareent. (Niceph.) Goude-ze tud ar c’haonv, ar brocession pa vezo lavared mad, a ziblassas eus an ti. Darn eus an Ebestel a oa er penn araog, flamboziou (goulaouennou) ganto ; darn a zouge ar c’horf, ac ez eant, en eur gana Salmou, etrezeac Getsemani ; rac ar Verc’hez, ervez ma laca sant Iann Damas, e doa goulenned beza enterred eno.

Ar memez sant, ac ive re-all a verc deomp e oe gveled, epad an treuz adalec an ti ma oa maro ar Verc’hez enna betec ar bez, eleiz a Elez o-h eûl ar c’horf, ac o-h ober compaignunez d’o Rouanez din dreist an oll, pa edo o vont d’ar bez. Lavaret a ra ive c’hoas e teuas unan eus ar Iuzevien ac eus a vinistret an templ, ac a oe ardiz avoalc’h da zailla, evel un egared, var an arched, o clasc en tôler d’an douar, gant ar gualissi a oa en e galon. Doue a reas deza paea diouz-tu ar boan dleed d’e dorfed : e zaou zorn a zistagas diouz e zivreac’h, ac a choumas a istribil ouz an arched. O velet un eveleb burzud, ar c’heaz-den a en em lacaas da leva, da c’houlenn pardon. Sant Per a reas d’ar brocession choum a-zav, ac e oe lakead ar Iuzeo-ze da dostaat, kempen ha deread, ouz an arched, ac e c’hoarvezas ur miracl-all : e oe lakead e zaou zorn deza evel ma oant araog. (De dormitione Deiparae.)


MIDITA


Adarre var ar zonj eus ar maro


I


Penaos edo corf Mari goude e maro ! Sellit : n’en d-euz colled nac e liou fresc, nac e c’hened ; atao caër, ur c’houes-vad o tont diouta, da lacaat ar joa er galon, ar garantez ac ar resped : m’o d-oa doan an Ebestel o vont diouta, ac en o anken, e pokent d’e daouarn gant ar resped dleed da un dra sacr. Hac ho corf c’hui, e pe doare, penaoz e vezo, pa vezo eat an ene diouta ? Ne raï mui neuze van ebed eus ar pez a veler ac a glever ama, evel pa ne ve ar bed-ma netra an-oll. Droug-lived e vezo, c’houes cre a deuio diouta, ac e raï donjer ac eûz d’an oll. Ho tud oc’h-unan, ar re m’oc’h eus ar muia joa outo, a bellaio diouta ive, ac ar c’henta amzer e vezoc’h cassed d’ar vered, ha diskenned er bez. Lavarit d’in, a talvout a ra ar boan ober al lod stad-se eus a ur bern breinadur ? Mar d-ôc’h fur, dalc’hit var ho sellou, var ho clevet, var ho teod, var ho taouarn, oc’h oll izili ac oc’h oll skianchou ; grit dezo beza maro avoalc’h ouz traou ar bed-ma, abars ma rancoc’h mervel da-vad, pa guitaio oc’h ene ar c’horf-se.


II


An Ebestel, an Elez o sicour anezo, a lacaas deread ar pez a oa red evit sebelia ar Verc’hez. Pebez enor a reas d’ar c’horf sacr-se an Elez ac an dud vad, o voda en dro deza, pa oe cassed d’ar bez. Ha c’hui, penaoz e vezo gvisked ho corf, var be tra e vezo lakead, da vont d’ar vered ? E viscamant a vezo, marteze, ur goz-lisser anter-uz ; ha mar bez lakeat ur pallen-caonv var an arched, ur pallenn mezer a briz, da vont betec ar bez, e vezo tenned kuit, abars disken ar c’horf er bez. Var be tra e vezo eno ? Var an douar caled. Pere eo ar re a vezo en dro deoc’h, da oher compaignunez caonv deoc’h betec ar vered ? Unanic bennac a vezo en oc’h enterramant, ac a levo, a voelo deoc’h, pe a raï an neuz da ober, ac a zizonjo ac’hanoc’h eb dale. Ur foz pemp pe c’huec’h troatad irder a vezo ho ti. Pebez follentez eta clasc kement lacaat brao ar c’horf-se ar pez divalo ac eûzuz ma vezo !! Perac e vellaat d’ar prêved ; e glinca ac e visca ken caêr-se, e en e eaz, eb netraïc d’en dieza ! O va Doue, ac ê a dlefe ho trugarecaat a vir galon, ar c’hristen oc’h euz scleread avoalc’h var ar virionezou-ze, evit en distaga a-grenn diouz ar bed-ma.


III


Petra a zantas an Ebestel en o c’halon, goude er pedennou caonv, pa oe lakeed er bez, deread, corf ar Verc’hez ? Petra a oe d’ar c’horf-se, ma choumas iâc’h-caer, eb santout breïnadur ar bez ? An enor-se a oa dleed da ur c’horf ker pur. Ama ive, sonjit ennoc’h oc’h-unan, ac lacaït mad en ho spered penaoz e vezo lakead, e pe stuz ez aï ho corf en douar, dindan treid an dud, da vreina. Evesaït ouz ar vreinadur-se, evesaït penaoz ez aio an daoulagad, ar fri, tout ar c’horf-se. Santit ar c’houes fall-se, lacaït ho torn var an traou udur-se, en ho sonj. Setu aze cousgoude ar c’horf oc’h euz great kement a stad aneza. Sonjit aliez e kement-se. Diouz ar mintin, en eur zevel eus he vele, sonjit e vezoc’h tenned, un deiz a zeui, eus ar gvele-ze, ha ne d-eoc’h mui enna goude. En eur vont gant ar ruiou, gant an ent eus ho ti d’ar vered, ac en iliz, sonjit petra vezo great eus ho corf el leac’hiou-ze, ha ne vezoc’h mui ker zod ganta, ac e lacaoc’h ho poan da gaerraat oc’h ene da vont dirag Doue ac an Elez, d’ar varn.


Enterramant Eulalii


Silaouomp c’hoas amezeg Eulalii, ma velimp an difin. Mont a ris, emeza, da enterramant Eulalii, va fried ha me, ha va diou verc’h. Eus or c’hendere-ni, eus ar memez renc tud ganeom-ni, eus ar re en o eaz var an douar, ne oa nemedomp. Eus camaradezet Eulalii, nicun ne vancas da zont da ober compaignunez caonv dezi betec ar vered. En dro-ze e velis, mar em euz gveled en un tu bennac em buez, tud ac a zoug resped, a ziscuez carantez vad etrezo ; tud ac a c’hoar en em zelc’her en un daill deread. Souezi a ree un den, o velet ken brao earedigez, kement a barfetis, tud ken difazi, ken direbech en o arvez ac en o manielou. Lavared e oe d’in, divarben ar plac’hed a oa e enterramant Eulalii, ez oant enor kear, pur ac humbl e peb giz. An oll verc’het iaouanc-se, — a lavaras unan d’in, — n’euz nicun anezo na ve e Breuriez ar Verc’hez, nicun ne vanco da ober ur gommunion evit Eulalii, ac e rannint etrezo ar pezouigou a zo bet dezi, e doare mercou a-briz, da gaout sonj eus o c’hamaradez vad ; ha meur a ini a gemero scuer diouti, en o buez, en o maro. —

Goude an enterramant, me a choumas ur pennadic va-unan, da zonjal en dud vraz ha pinvidig, tremened eus buez ar bed-ma, ac e sonjen ive er gonideurez paour-ma, nevez eet diganeomp d’an douar. Ha setu ur c’hamarad d’in o tont d’am c’haout ; crac an ini m’em oa an nebeuta ioul d’en em gaout ganta d’ar mare-ze : un den mag-e-gorf, danvez braz deza, enored, saluded dre ma z-aa ; un den, ha mar d-âfe e zanvez diganta, mar e ve tenned e binvidigez diganta, ne ve mui nemet ur pez dister ha divalo (e doare ul loen treud ac coz, pa vez tenned divarna ar bas, ar pez a c’holo aneza er foar, abars e arrezi). — E peleac’h out-te bet ? — emeza d’in-me. — Er vered ; a respontis-me deza. — Piou zo maro eus da dud ? emeza. — Den ebed eus va zud ; en enterramant ur c’honideurez paour oun bet. — E meuz aoun, emeza, e teues da veza lidourenneur ha dorloteur an dud izel ac ar reicou vian. — Me respontas grons deza, e anavezen nebeud a aoutroned ac a itronezet, da dalvout Eulalii Duval. — A ! Eulalii Duval, emeza, ar plac’hic keaz, Eulalii eo eta a zo maro ? Ur verc’h vad nebeutoc’h var an douar ! — E anaout e rees-ta ? a liviris-me deza. — Ia, emeza (gant un ear mez e velet) ; anaout a reen anezi, ac em bise cared ober muioc’h a anaoudegez ganti. Ac gant petra eo maro ? a c’houlennas en. — Coulz lavaret gant an dienez, a respontis-me deza. — Me em boa lavared dezi ! emeza. E-unan eo penn-caoz ! Er Vreuriez edo, ac ar re-ze, n’euz den evit tostaat outo. Evit diouzin-me, m’en assur d’it, ar gemeneurez-ze e doa calz re a vertuz. —

Mez em befe o lavaret var e lerc’h kement a lavaras ar pez divalo-ze. O ! pegen doun e tle beza en ifern plass ar re, digarez terri o naoun d’ar re baour, a denn o oll mad diganto, ar vertuz !! Pegen trist e tle ar Verc’hez sellet outo eus an Ee ! Me a lavaras freaz d’ar mez-e-velet-se, — eme amezeg Eulalii, grons e lavaris deza, ne felle d’in ober camaradiez ebed mui ganta. Ac e tistrois var va c’hiz d’ar vered. Eno, daoulined var bez Eulalii, e oen pell o pedi, e lavaris da Eulalii caout sonj eus ar bromessa e doa greet e vise va difennourez, va alvocadez en Ee, ac e assuris var va le ne lacazen mui va zreid em zi, ne vriatazen mui va bugale, ken n’em bize pured neet va ene, coveseed mad va fec’hejou. Abaoe neuze oun christen.


————


AR SEIZVET DERVEZ VAR-N-UGENT


————
Ar Verc’hez saved en Ee


Juvenal, escob Jerusalem, a lavar e choumas an Ebestel tri dervez e kichen bez ar Verc’hez, ac e clevsont eb ean epad an dri dervez-se, canticou dudiuz. Goude an trede deiz, evit consoli sant Thomas, o veza n’edo ket var al leac’h pa varvas mam Jesus, an Ebestel a c’hoantaas discuez deza e c’horf sacr. Ma tigorsont ar bez ; mes ne gavsont mui enna corf Mari ; ne gavsont nemet al lisser bet o liena ar c’horf, ac e pocsont d’al lisser-se gant an oll resped dleet da un dra sacr. Tôler a ree ur c’houes-vad, un dudi d’ar galon. Ar Verc’hez eta a zavas beo adarre eus ar bez, an trede deiz, evit mont d’an Ee corf ac ene. Kement-se a gaver scrived gant an Tadou santel, sant Iann Damas, sant Andre Crêt, ac eleiz all...


MIDITA


Gloar ac eurusdet ar Baradoz


I


Pa guitaas ene ar Verc’hez e c’horf sacr, e oe rag-tal douged, neket gant an Elez ebken, nac evit mont da gaout Abraham ha beza ganta, evel Lazaar ; douged e oe gant Jesus e Mab, evit mont da gaout Doue ha beza ganta. Piou a houfe lavaret sclear avoalc’h pegement a joauzdet a zantas an ene-ze, pa velas splam, evel ma veler en Ee, an Dreindet adored ra vezo. Abars mont larcoc’h, manit ama da gompren, da zonjal a-ban er goulennou-ma : Petra es beza o velet splam, e sclerder ar Baradoz, o velet Doue e-unan, an Ini a zo caer da velet dreist kement a houfe spered ebed sonjal a gaerra ; an Ini en d-euz an oll vadelezou eb ma ve spered ebed evit o c’hompren avoalc’h ; an Ini ma veler, o velet aneza kement a zo da velet. Petra eo guelet sclear avoalc’h kement a anavezomp ama eus a Zoue, ac eus ar misteriou a zesc deomp ar Feiz, eb o discuez dizolo avoalc’h er bed-ma ? Petra eo caout Doue ganeomp ha beza gant Doue, caout enna an oll vadou, atao-atao, eb aoun ebed da goll biken ar joausdet-se ? O ! pebez eurusdet ! Braz evel ar mor, ne hoar den na pegen braz, na pegen doun eo, ne hoar den pegeit ez â... O ! bezet joa ganeoc’h, m’ema ar Verc’hez Vari e creiz an oll joaiou, evel e creiz ur mor ne oar den pegeit e tiz, hac ho bezit sonj eo great oc’h ene evit mont d’ar memez eurusdet-se. Perac, neuze, en em spega ouz an traou croued ? Petra eo, na gemerit, evel Mari, ho lans, evit mont evel a-bennerr, etrezeac an Ini en d-euz great eus netra kement a zo, evit e velet splam, dizolo caer, ha beza evel diraza. Claskit kement ha ma keroc’h, ho spered ne abascdero, ne vezo eaz, nemet e Doue ; eno, ac eno ebken, en em gavo var e du, ac eno eo e ranc eana, ha beza en e eaz.


II


An trede deiz ene ar Verc’hez a ziskennas euz an Ee var an douar, evit beza adarre gant e c’horf, a oa gourvezed er bez. Doue a felle deza en devize corf ar Verc’hez e recompans, evel e ene, pa en d-oa serviched d’an ene da ober ar vad e d-oa great en e buez. Lacaït en ho spered, e velit dirazoc’h ar c’horf-se caer e doare ma vez ur c’horf euruz, saved eus ar bez da vont d’an Ee. Sellit, ac e veloc’h penaoz e vezo ho corf, un deiz a zeui, er Barados, mar d-it di. Sonjit e velit dirazoc’h corf ar Verc’hez o vont eus ar bez d’an Ee. Guelit pegen caer ha pegen lugernuz eo. An eol neket ken caer. Guelit pegen scanv eo, da vont, da zont evel ma car, ker buan ha ma car, eus an Ee d’an douar, eus an douar d’an Ee, eb scuisder ebed. Sellit pegen iscuit, pegen evel eo ouz an Elez, d’en em zila el leac’h ma car, a-dreuz peb tra, evel ma z-â ar sclerizenn a-dreuz ur verenn. Guelit pegen diboan, pegen euruz, ne d-eo mui evit santout seurt poan ebed, clenved ebed, ne dosta mui ar maro outa. Sonjit ervad : ho corf c’hui ive, gant ma plego brema d’an ene evit ober ar mad, en devezo, un deiz a zeui, ar c’hloar-se ive, a vezo en doare-ze en Ee, evel ouz ar Verc’hez pa zavas eus ar bez caer evel an deiz, scanv da nijal buan evel an Elez, eb gallout santout mui an disterra poan. Petra a oufec’h eta ober guasoc’h d’ar c’horf-se, eget e lacaat da goll eurusdet an Ee, da goueza e poaniou griziaz an Ifern, evit ur blizadur ne bad nemet ur vunudennic amzer ?


III


Corf ac ene ar Verc’hez a zavas caër meurbed etrezeac an Ee var ziouaskel ar Zerafinet, ar c’henta Elez, a zougas aneza el leac’h caëra a zo e Jerusalem an Ee, evel ma oe douged an Arc’h a allians da Jerusalem. Pebez joa er Baradoz, neuze ! Ar Baradoz a gaeraas en deiz an Elez o d-oe muioc’h a euruzdet, o sonjal e teuze eleiz da garga ar plassou lezed goullo en Ee gant ar guall Elez, kement a bec’heurien a vize gounezed gant nerz ar pedennou a raze en Ee, dirag Doue, ar Vam-se a drugarez. O ! Mari, caer ha madelezuz, dreist an oll, discuezit em c’hever-me ar c’halloud oc’h euz, o lacaat ac’hanon da gaout gras digant Doue. Va c’hassit ganeoc’h varzu an Ee, rac ur c’hrouadur a dle beza el leac’h ma emâ e Vam. O ! piou a roi d’in diouaskel da nijal, ma kemerin va lans varzu an Ee, ma velin ar c’hloar oc’h euz, peger caer ôc’h eno corf ac ene. An diouaskel a rancan caout da vont di, o va Doue, eo ho crassou. O ! Roit d’in eta ar grassou-ze. Esper em euz em bezo anezo, dre ar pez a lavaro deoc’h evidon ho Mam ha va Mam, a enoran a-galon, o sonjal en digemer a oe great dezi en Ee.

Sonjal aliez e gloar an Ee. Pegen caer e vezo ho corf eno, pegen euruz, var bouez delc’her brema var an daoulagad, an teod, ar c’hinou, an daouarn, var an oll skianchou. Var an douar ne c’haller ket compren pegen caer eo ar Baradoz ; nann, mes e c’hounid a c’haller.


Un den iaouanc devod d’ar Verc’hez


Counta a reer, divarben un den iaouanc devod d’ar Verc’hez, en doa discuezed kement a ast da velet anezi en e c’haër e-doare m’emai en Ee, en doa pedet ken stard da c’houlenn ar c’hras-se, ar c’hras da velet, ur pennadic da viana, caerentez an ini a laca kement a joa er Baradoz, ma tiskennas un Eal eus an Ee de gaout, ac a lavaras deza en devize ar joa-ze, ar joa da velet ar Verc’hez, ia, var boez ne velse mui netra all goude, gant an daoulagad o devize gvelet anezi. — A galon vad e aotrean coll ar sclerizenn var an douar, eme an den iaouanc, gant ma velin ar Verc’hez ha pa ne ve nemet epad ur vunudennic-amzer. — Evelkent e cave diez coll crenn ar gvelet ; ma sonjas enna e-unan e c’hallse, marteze, miret ul lagad, o serra cloz aneza endra ma vise e lagad all o sellet ouz ar Verc’hez en e c’haër, ac en e gloar evel m’emai en Ee. Daoulagad an dud, en-deun, ama var an douar, n’emaïnt ket c’hoas e doare da erzel ouz sclerder ar Baradoz. Penaoz e vênt ? gvelet ez euz bet tud o coll o daoulagad o choum pell da bara atao var an erc’h. An den iaouanc ne zigoras eta nemet ul lagad da zellet ouz ar Verc’hez, ac al lagad-se a gollas crenn ar sclerizenn. Mes e joa, o veza m’en doa gveled ar Verc’hez e doare m’emai er Baradoz ac e doare ma vezo an dud all en Ee da fin ar bed, peb ini d’e gount ac ervez e zantelez, ar joa-ze a lacaas e galon ken dudied, m’en doa keuz o veza mired ul lagad da zellet ouz traou an douar, ken divalo da velet, goude gvelet traou an Ee. Ma c’houlennas ar c’hras da velet ar Verc’hez ur veich all c’hoas, evit coll e lagad all, ac ar Verc’hez, ken trugarezuz e kever e zervicheur carantezuz, a en em lacaas adarre a-vel deza, en e c’haër, ec’hiz m’emai er Baradoz. Og’en en dro-ma, eleac’h lacaat an den iaouanc da goll e lagad all evel m’en doa divized e-unan, ar Verc’hez a lacaas e zaoulagad da velet scleer o daou, evel diaraog, ac kement tra gaer a velas an den iaouanc devot-se divar neuze, ne zerviche deza nemet da gaout sonj pegen caër eo ar Verc’hez er c’hloar, dreist kement caërantez a c’hallfet guelet pe zonjal, ama var an douar.


————


AN EIZVET DERVEZ VAR-N-UGENT


————
Ar Verc’hez digemered er Baradoz


Teod ebed var an douar, Eal ebed zoken, ne c’hallfe rei sclear avoalc’h deomp da anaout pegen caër trionf a oe great d’ar Verc’hez pa zigoras ar Baradoz d’e digemeret, var a lavar an Tadou santel. Goude Jesus, ar Verc’hez a zo en Ee dreist an oll. An oll Elez a deuas da zigemeret anezi, evit e enori, ac a reas compaignunez dezi a bep tu betec e zrôn en Ee. Caër oa, ha lugernuz, ur sclerder dudiuz en dro dezi, ac an Elez en ur vouez a gane e meuleudi. Ervez sant Athanaas, peb unan eus an nao c’heur Elez a antonas e gantic meuleudiuz d’ar Verc’hez din meurbed. Sant Anselm a lavar ive en d-euz an Aotrou Doue saved e vam uhel dreist an Eou (da lavaret eo, e-deuz muioc’h a c’hloar ac a eurusdet eget an oll en Ee) ac en d-euz e lakeat var un trôn a c’hloar, da Rouanez var an oll grouadurien.


MIDITA


Gloar ar Verc’hez en Ee


I


Lacaït ho spered da gompren en trionf a oe great d’ar Verc’hez, an Elez oll o cana e meuleudi, pa antreas corf ac ene er Baradoz, pa oe lakeat var un tron dreist an oll, pa lacaas tri Person an Dreindet e c’hurunen dezi, evit ma vize Rouanez an oll. Doue ar Mab a zo en tu deou d’an Tad, pa ema dreist an oll, ac an oll disterroc’h ac izelloc’h eg’eta er c’hloar. Ar Vam a zo en tu deou d’ar Mab, pa ema, goude Jesus, dreist ar Zent ac an Elez, ac e d-euz muioc’h a c’hoar, a c’hened ac a gaerdet en Ee, eg’eto oll.

Mari, o ! pebez joa d’ho servicheurien vad, pa velont ac’hanoc’h dreist an oll, caeroc’h ac eurusoc’h eget an oll en Ee ! Caera gloar deoc’h, pa ôc’h curuned gant an Drindet en Ee, evit beza Rouanez ha Mestrez var an oll ! Endra ma laca an oll Zent oll o c’hurunennou e-harz ho treid, me laca va c’halon, me dôl deoc’h va c’halon, evit caout mui-ouz-vui ho carantez.


II


Lacaït ho spered da vuzula gloar ar Verc’hez en Ee ; muzulit ar c’hloar-se diouz ar grassou ac ar zantelez e doe Mari var an douar. O va ene, va spered, comprenit er grassou caer-se, braz evel ar mor. Deuit d’an aod, da arvest ar mor braz-ze, ne c’hoar den pegen braz. Mari, ker buan ha ma oe croued, e doe muioc’h a c’hrassou ac a zantelez eget an oll Elez ac an oll dud santella, o lacaat anezo oll en unan. Da bep mare, epad e buez, dre e c’housk zoken e lekea kement a garantez Doue en e oll zonjou ac en e oll oberou, ne eanas da gass atao var gresc ar grassou caer a zave anezi dirag Doue : ac ar c’hreski-ze a iea bep tro da zaou c’hement, a zouble beveach ; ac evelse mar e doa. dec derez ebken d’ar c’henta mare, dec boked en e c’hurunen, d’an eil e savse da ugent, d’an trede, daou-ugent, goude-ze pevar-ugent, ac atao evel-se, bep tro var daou-c’hement, atao en doubl, betec e alanad diveza, beveach ma rea ur vad pe ur bedenn bennac ; ar pez a ree dalc’h-mad en e buez. Pet bloaz eo bet var an douar ? Darn a laca tri ha tri-ugent, darn a lavar daouzec ha tri-ugent, Niverit neuze, mar gallit, e grassou. A pa ne devize bet nemet un derez pe ur poent e gras Doue da genta, an niver o vont atao var daou-c’hement, a ve eat ne lavaro den pegeit. Comprenit neuze pebez santelez, pa eo guir adalec ar mare kenta Mari e doa muioc’h a c’hrassou ac a zantelez eget an oll grouadurien all, o lacaat anezo en-unan. O va ene, clascomp ive mont atao var-gresc e graz Doue. Penaoz ? Eaz eo ; setu ama : Diouall ouz peb pec’hed grevuz, ac ober peb tra atao en aviz ober mad ar pez a c’houlenn Doue diganeomp er stad m’emaoump.


III


Sonjit er vad : ar Verc’hez e d-euz sulvui a c’hloar an Ee ma z-eo bet humbl var an douar. Saved eo dreist an oll, evel ma eo bet humbl en tu all d’an oll. Gloar ebed ne denne eus ar grassou caer e doa ; anaout a ree atao ne doa netra anezi e-unan ; cuzat a ree ar grassou-ze ouz sant Josef zoken ; meuleudiou an Eal a lacaas anezi da gaout aoun. Eviti da veza Mam Doue, en em lakee e doare servicheurez an oll, evel e ti santez Elizabeth ; atao evel an diveza eus an dud ; ac e c’houzave gant dousder ha gant joa, beza paour, disprized ; ec’hiz pa vize dleed an oll boaniou dezi. Mari a ro scuer deoc’h da veza humbl ; ha sulvui e vezoc’h dister da velet ac humbl var an douar, sulvui a c’hloar ac a enor a c’hallit caout en Ee.

Ra vezo oc’h enor beza servicher da ur Rouanez ken braz. Bugale Mari a ranc beza humbl, evit beza anzaved ganti.


Melanii Mathieu


Melanii Mathieu, an ini a velas ar Verc’hez var menez Salett, a oa, un droad, ur verc’h all ac i, maned, choumed a-zav, da ober un ean var un uhelen, ac ac’hano e velent an douarou tro-var-dro. An amzer a oa un nebeud goloed. Ma teuas ur scleraen ; ac an eol o para var ar grec’hennou, var ar blenennou, ac ar glazennou tro-var-dro, a lacaas ar bleunv var ar bodennou, ar bokedou var an tevennou, da lugerni, da steredenna, un dudi. An ini a oa gant Melanii a oa ur verc’h spereded caer, ha desked, ur galon vad a verc’h ; disevel diouz eleiz a dud, a zo ken digalon, digaz ha dizeblant tre dirag an traou caer a laca Doue dirazo da bep mare, er jardinou, er prajou glaz, ac en douarou all, dreist-oll e barr an anv. An darn vuia eus an dud ne reont van ebed evit gvelet an traou caer-se, choumed var an douar en desped d’ar pec’hed, evel un aspaden eus ar Baradoz greet d’an daou zen kenta Adam ac Eva ; evit gvelet an traou caer-se, croued gant Doue, ne zonjer ket muioc’h er Baradoz, evel ma rae sant Augustin. — Va Doue, eme an doctor braz-se, ac a draou caër var an douar, eleac’h ma reer kement a bec’hejou ! Pegen caër eta e ranc beza ar Baradoz, eleac’h n’euz nemet mignonet deoc’h ! — Caer en deuz Doue lacaat traou brao da zivouan dindan daoulagad an dud, evel ur scleur eus ar Baradoz, an dud ne bec’hont ket nebeutoc’h, ne ziscuezont ket muioc’h a joa ac a garantez d’o Zad en Ee. Ar verc’h a oa e compaignunez Melanii ne oa ket ken digalon. — Pa velas ar scleraen gaër-se, an eol o tizpaca a zindan ur goabren, ar plenennou ac ar menezou tro-var-dro ken dudiuz da velet, e troas ouz Melanii. — Melanii, emezi, Melanii, sellit ! caera taol lagad ! — Ha Melanii, eb ober calz a van : — Me ne gavan mui netra ken caer-se var an douar, emezi, abaoe ar pez em euz gveled var ar menez ! — Ar Verc’hez e doa gveled : petra vise caer dezi goude var an douar ?


————


AN NAVET DERVEZ VAR-N-UGENT


————
Ar Verc’hez en Ee a zifenn e zervicheurien devod


N’euz hro ebed, na ve enni un Imach bennac eus ar Verc’hez, bruded gant ar miraclou c’hoarvezed en andred ar re a ve bet o pedi ar Verc’hez dirag an imach-se ; ac ar bellerinet, ar bardonerien a veler o tont di euz a bep tu, da c’houlenn eno ive, dre bedennou ar Verc’hez, ar grassou m’o d-euz izom anezo pe evit ar bed-ma pe evit ar bed-all. Ar c’hustum-se a zo a viscoaz etouez ar Gristenien. Piou eo an ini en defe poan o credi euz eno ur merc assur, a ziscuez emâ ar Verc’hez o tifenn diouz peb droug e zervicherien devod ? Piou a lavaro n’ema ket ann oll grassou etre e daouarn, evit o ingala d’an dud ; p’eo i eo a laca anezo da zinaoui, da ziredet eus an Ee var an dud. Evel ma lacaer ar vouaziou dour da zont, da zinaou eus ar mor pe eus al lennou braz, Mari a laca madelez Doue da ziredet var e grouadurien. Piou an den diskiant avoalc’h da choum eb enori, evel ma eo dleed, un alvocadez ken mad, ken carantezuz. Ervez sant Anselm, evit ma rase deomp caout ar grassou m’on d-euz izom anezo evit mont d’ar Baradoz, eo en d-euz an Aotrou Doue saved ar Verc’hez ken uhel dreist an oll ; ha muioc’h a c’hrassou a zigass deomp, i e-unan eme sant Augustin, eget ar Zent all oll assamblez.


MIDITA


Nep zo devod da Vari en d-euz caved ar Baradoz


I


Red eo caret ac enori ar Verc’hez dreist ar Zent ac an Elez oll, pa eo cared ac enored dreist an oll gant an tri Ferson eus an Dreindet sacr. Doue an Tad a enor anezi evel e verc’h ; Doue ar Mab evel e vam, ac ar Spered-Santel evel e bried. O va Doue, pegen santel e ranke beza ar Verc’hez evit beza ken tost car deoc’h ? Penaoz, goude-ze, em befe aoun na rafen re a enor, ha na ziscuezfen re a joa em c’halon, re a garantez, d’an ini a zo Mam a Gverc’hez, ac a zo bet cavet din da veza kement cared ac enored gant an Drindet meuled ra vezo. Pebez gloar ac enor d’in-me, caout en andred Rouanez an Ee ac an douar, ur garantez e doare carantez an Drindet ! M’a vize va c’halon eb joa ebed ouz ar Verc’hez, ha ne dlefe ket beza diframmed eus va c’hreiz ? Miritout a rafen cassoni an oll, mar mancfen da garet ha da enori Merc’h an Tad eus an Ee, Mam ar Mab, Pried ar Spered-Santel ?


II


Mari a dle beza enored dreist an oll Zent ac an Elez, rac an Iliz, sclerizenned gant ar Spered - Santel, spered ar virionez, a fell dezi e ve great d’ar Verc’hez un enor dreist an enor a reer d’an Elez ha d’ar Zent eb mont betec an enor great da Zoue. An Iliz a zo en e guir, pa laca ober d’ar Verc’hez un enor dreist an enor dleed d’ar Zent ; rac ar Zent all ne d-int nemet ar zervicheurien ac evel an dud a Lez ; ha Mari a zo Mam Doue, Rouanez an Ee. Setu perac kement a ilizou d’ar Verc’hez, kement a zeiziou gouel en enor dezi, breuriezou, ac eleiz a zevosionou all. O va ene, bezit a unan gant an Iliz ac er memez spered, rac morse an Iliz ne fazi ; ac ervez ar gredenn e d-euz n’euz merc ebed assuroc’h evit anaout ar re a zo da vont d’ar Baradoz diouz ar re da vont d’an Ifern, eget beza da-vad e servich ar Verc’hez, pe beza laosc ha digalon en e c’hever.


III


E Mari e tle beza an oll esperans goude Doue. E piou e lacaïm-ni om fizians, eb aoun ebed rac fazia, e piou nemet en ini a zo couls-lavaret Oll-c’halloudeg, ac Oll-vadelezuz ? Oll-c’halloudeg, o veza ma eo Mam d’an Oll-galloudeg, ne d-eo an Oll-galloudeg evit revuz netra d’e fedennou. Mari a zo ive leun a vadelez ac a druez ouzomp, o veza ma eo lakeat da vam deomp. Ar Vam vad-se, penaoz e velfe e bugale o rancout stourm ouz an droug-spered, nec’hed gant o foaniou, e creiz an danjerou, eb silaou o c’hlemou, ac eb astenn e divreac’h dezo d’o zicour ? Ha Jesus, ar Mab carantezusa a oufe beza, n’en d-euz netra da revuz d’e Vam.

Mari, mam a drugarez, ia, e velet a raan sclear, galloud oc’h euz, bolontez oc’h euz ive, d’am zicour. Ne vanc mui d’in nemet fisians avoalc’h. En ho calon e caffen remed ouz kement poan em euz, mar carfen trei varzu eno. Troït eta, o va alvocadez vad, troït varnon ho taoulagad, gant truez ouzin, pa z-ouc’h buan da gaout truez. Ho gloar eo digemeret ar bec’heurien vrassa evit o c’hass da Zoue. Ur vech ma vezin etre ho tivreac’h, biken mui ne d-aïn da goll goude, keit ha ma talc’hin mad d’oc’h enori, morse ne lavarin, great eo ganeen, — morse ne zisesperin. Mes ive, ha pa deufe d’in mancout d’an deveriou all, biken, Mari, ne vankin da ober un enor bennac deoc’h.

Petra a rit, en enor da Vam Doue ! Penaoz e tremenit Goueliou ar Verc’hez ? Choazit un dra bennac, ur bedenn bennac da ober, evit e enori epad ar rest eus ho puez.


Ar Chapeled


Ar gaera pedenn d’ar Verc’hez eo ar Rozera ac ar Chapeled. Trist eo en em gaout vardro un den clanv ha na veler, etre daou benn an amzer, chapeled ebed ganta en e zorn. Abaoue m’eo stankeed ar gouzout lenn etouez an dud, eo roueseed ar chapeledou en o daouarn, epad an ofis en ilizou ; ha mà ne lacaer evez mad, ar briz-descadurez a roer brema dezo, nemet noazout ne raï. An Impalaer Maximilien, nevez maro en Americ, o veza var vor, a gavas gras caout ur chapeled, evit sicour da vervel e gras Doue, unan eus ar re a voa var e lestr. Meur a vurzud c’hoarvezed, a ziscuez pegement e pliz ar chapeled da Zoue. Brema ez euz daouzec vloaz, an aotrou Riou, person Ministrol (Escopti Puy), a oa, var ar pardaez noz, o tont var varc’h diouz ur pennad beach. Abars digouezout en e brespital, en doa da dreuzi un ent stris, var bordic un izelenn doun spountuz. Voall-amzer a oa, ac en doa clozed e vantell en dro deza, da lavaret e chapeled. Ken teval oa, m’en em gavas, eb gouzout peur, en distro crenn, var bord an izelenn doun-se, a oa evel ur puns braz. Ar marc’h a vancas e droad deza, en distro-ze, ac e tiruillsont, marc’h ac all, a lammou eus an eil roc’h var eben, reier lemm o beg, betec pevar ug’ent troatad doundet. Ac aotrou Riou a choumas var ur roc’h, ac e varc’h a ziruillas im anter-cant troatad all dounnoc’h, a oe lazed reud, brevet oll, ma strincas e empenn var ar reier. An aotrou Riou a oe roged e vantel, lakeed a-bezou, a dammou, drailled e zoudanenn, e doc tri-c’horn, ac e zilladouigou all, truez o gvelet. Evita e-unan, n’en doa droug ebed, nemet ur vlonsaduric bennac. Penaoz n’en devize ket lakeed en e spered oa bet mired diouz droug ha dioualled, dre c’halloud ar Verc’hez Vari, meuled ra vezo, ha dre vertuz ar Chapeled edo o lavaret aneza. (Choarveed, er bl. 1856.)


————

AN TREGONTVET DERVEZ


————
Earedigez ar Verc’hez ac e doare pa edo var an douar


Ment ar Verc’hez a oa etre daou, na braz na bian. Evelato, var a verc Nicefor, e c’hallet e lacaat gant ar re vraz.... E liou a denne var ar brun, pe var liou ar vinizen.... E bizach a oa un tamic hir, coulz ac e daouarn ac e biziet. Ne ree netra evit en em glinca ac en em lacaat caer. Un ear joauz ha kelavar e doa da gomz ouz an dud, mes eb ober re a vodou na lavaret cals a c’heriou : ar pez a vize red, netra ken ; ha laouen e ree da bep unan an enor a vize dleed. Un doare lent ha modest e doa, aoun rag kement a vize eneb ar furnez ; ne c’hoarze ket ; pellaat a ree diouz an digorou braz, ha ne ziscueze morse un ear nec’hed ha trefued, e spered atao var e du. Sant Ignas, merzer, ac a oa var an douar en amzer-ze, a lavar e oa ar Verc’hez scuer an oll evit deski penaos ober pinijen ha beva ervez al lezenn gristen. Lavaret a ra ive e teue tud eus a bevar c’horn ar bed da velet ar burzud-ma eus an Ee, ac ar pez a oa a zantella da velet var an douar. Ar re a vele anezi a zante en o c’halon ur joa n’e d-euz ano ebed var an douar, ken brao doare, ken caer earedigez e doa. Sant Denis en doe ar joa da velet anezi. Souezed maro e choumas, pa velas an ear a vajestez ac a zantelez a oa varni ; ken estlamed e oe, o velet ar sclerder a bare en dro dezi, e doare ur sclerder eus an Ee, ma oa doare deza e c’hemeret evit an Aotrou Doue. — Anez, emeza, ma oa bet roed d’in da anaout sclear, ervez an descadurez deuet eus an Ee, ez eo Doue Jesus-Christ, em bize creded buan avoalc’h ne oa Doue all ebed, nemet Mari. Setu eno darn eus a gomzou sant Denes, unan eus ar re a velas ar Verc’hez var an douar.


MIDITA


Penaoz eo beza devod d’ar Verc’hez


I


Lacaït ho spered da gompren mad kement-ma : Ar c’henta derez evit beza devod d’ar Verc’hez, ac eno ema on eurusdet, — ar c’henta eo diouall ouz ar pec’hed. Setu ama petra a lavar i e-unan en Aviel : Grit kement a lavar va Mab deoc’h. — An ini eta ne vir ket lezenn Doue, ne zilaou ket ar Verc’hez ; an ini ne ra van ebed evit terri lezenn Doue, lezenn ar Mab, ne ziscuez eulvenn carantez ebed, devosion ebed d’ar Vamm. Piou a ziscuez muioc’h a zroug ouz ar Verc’hez, eget a ini a deu a-nevez da grucifia e Mab ? Ia, o Mari, ken trugarezuz, ar virionez eo, e savit ho mouez da zifenn ar bec’heurien ; mes ne zavit ket en un tu gant ar pec’hed. Da zantez Berc’het e lavarec’h, ez ouc’h mam ar bec’heurien, pa c’hoantaont difazia ha distrei var an ent mad. Ia, mes donjer ac eûz oc’h euz ouz ar re ne fell dezo caout keuz ebed, ac a choum evel da vreïna en ho boaziou fall, eb clasc o zerri. Ur vech edo santez Coletta o pedi ac’hanoc’h da gaout truez ouz ar bec’heurien, ha c’hui, o tiscuez dezi ur c’hrouadur drailled a dammou, a c’houlennas outi : Ha sonjal a res e c’hallfet miret diouz droug ar re a ra kement all a grisderi d’am mab Jesus ? Ar vamm neket evit sevel gant bourrevien e Mab !


II


An eil derez pe bazenn, evit beza devod da Vari, eo e enori da bep mare. Pe garer unan bennac, e sonjer aliez enna, e comzer aneza gant joa. Petra eo deoc’h caout ken nebeud a zonj eus ar Verc’hez ? Allaz ! nebeud e c’harit. Perac ne droït ket outi pa stourm ouzoc’h un droug bennac, ur voall-zonj bennac, pa vezit nec’hed. Allas ! ne lacaït ket avoalc’h ho fizians enni evit beza dioualled ganti. Cousgoude, neket scuer vad eo e vanc deoc’h : eleiz a en em voest da zervicha ar Verc’hez epad o buez, ac a laca o ano en e Breuriez ; re all a vez aliez o pedi en e ilizou, dirag e aoteriou ; a zalc’h mad d’ar pedennou a vez great dezi ; a vez o sacramanti d’an deizou consacred d’e enori ; a ro ali d’o c’hamaradet pe d’o c’hamaradezet da vont en e Breuriez da enori anezi. Un imach a vez perliessa dirazo, da gaout sonj anezi ; un dra pe dra a zioueront, ur boan pe boan a gemeront, bep-en-amzer, evit gounid muioc’h e c’harantez ; abars o labour, ha pa deu un dra bennac da stourm outo, da zieza anezo, e troont outi, evit caout sicour. Diouz ar mintin, ac abars mont er meaz ; diouz ar pardaez pa zistroont, e c’houlennont e hennoz... Ha c’hui, petra a rit diana evit e enori ?


III


Sonjit ervad, an uhella derez ac ar c’haera tra evit heza devod da Vam Doue, eo kemeret scuer diouti en e buez. Evit mont d’ar Baradoz e rancomp poania da gaout eveledigez gant Jesus-Christ, ac evit eveli ouz Jesus-Christ, e rancomp beza evel ouz Mari, a zo guir batrom Jesus. Sclerder vraz an Aotrou Doue ac e c’hloar a ra, marteze, aoun deomp ; mes an ear a c’hened ac a vadelez a velomp e Mari a dle sur diana gounid ac’hanomp, ac ober deomp tostaat. Pa garer unan bennac, e clasker ober evelda. Na zonjomp ket eta beza e carantez Mari, mar ne glascomp e giz ebed dont evel outi. Dreist peb tra, e tleomp beza, eveldi, modest ac aounig rag ar bed. Guelit ar Verc’hez : pebez evez var e daoulagat, evit gouzout ouz petra ac e peleac’h sellet, petra da lavaret. penaoz en em lacaat, pe seurt maniel da gemerit dirag an dud. O velet se, petra a lavarit eus oc’h arvez scanv ac diboelled. Red eo ive beza pur. Netra ne zispliz kement da Vari evel ur speret neket pur ha neat. Beza humbl. Ar vertuz-se a zavas Mari uhel avoalc’h evit beza mam da Zoue. Kentoc’h e sello ouz ur pec’heur humbl, eget ouz un den dibec’h da velet, ac ourgouilluz. Red eo ive, evit caout eveledigez gant ar Verc’hez, caret calz an Aotrou Jesus-Christ. Kement a ra ar Verc’hez evidomp, a zo evit ma vezimp a-unan ganti o caret an Aotrou Jesus-Christ.

Guelit petra a zo muia o viret ouzoc’h na d-ouc’h evel ouz ar Verc’hez, ha dalc’hit sonj mad, n’euz guir devosion ebed da Vari, nemet pa denner da ober diouti ac evelti.


Imach ar Verc’hez


Pa edo ar Verc’hez var an douar, ar Gristenien en em gave euruz, pa c’hallent, ur veich en o buez, caout an eur-vad da velet Mam Doue, evel pa vise bet ar-guel-se dezo ur scleur pe ur skillennic bennac eus joausdet an Ee, un eulvennic eus eurusdet ar Baradoz. Sant Ignas ha sant Denis o doe ar joa-ze var an douar. O veza ne oa ket an oll evit mont betec Jerusalem, da velet ar skeuden-se eus madelez Doue e kever e grouadurien, sant Lucas a oe menned da ober taolennou evel ouz ar Verc’hez, da ziscuez d’an dud earedigez Mam Doue var an douar. Nicun ac’hanomp ne c’hall sonjal e velo ar Verc’hez, ama var an douar. Rouezic int, zoken, ar re a velo anezi en doare m’emai var taolennou sant Lucas e Rom, e iliz an Itron-Varia an Erc’h, e ini an Itron-Varia In Via lata, e Ara Coeli. Greomp caëroc’h, ac e velimp anezi e-doare m’emai en Ee. Caromp ac enoromp Mam Doue ; enoromp an imachou, an taolennou a ziscuez anezi deomp, pe da viana e skeud. An dud santella a zesc deomp, e meur a c’hiz, enori imachou Mam Doue. Petra bennac an imachou a veler dre ama, ne vezont ket divar dorn sant Lucas, evel ar re e Rom, en ilizou anved diaraog ; nac earied brao avoalc’h na doareed evel ma rancfet, evit lacaat sonjal e madelez Mam Doue ; petra bennac, aliez, ne veler enno skeud ebed eus truez ac carantez ar Verc’hez ouz ar bec’heurien g’eiz ; evelato, pa zeller outo, pe enorer anezo en aviz tostaat ouz calon Jesus, e tenner gras Doue en ene. Ur zell a garantez ouz skeud Mam Jesus, a zigass ar zonj ac ar c’hras da veza evelloc’h outi, humploc’h, carantezusoc’h, gouzavussoc’h, purroc’h, tenerroc’h ouz an dud ; a bella ar voall-zonjou, ar poaniou spered, an anken disesper. Un Ermit a oa, ac a ree ur zell ouz ar Verc’hez, da c’houlenn sicour, rag-tall ma stourme ur voall-zonj bennac outa. Un droad, nec’hed maro gant peb seurt sonjou eûzuz, udur, e lavaras : — Diaoul criz ha dinatur, peur em lezi-te pelloc’h en abascder, ac e peoc’h ? — Te eo, da viana, eme ar droug-spered, te eo a ra poan din-me. — Ar boan a rea deza oa, pa stourme sonjou fall outa, e ree ur zell ouz ar Verc’hez, en aviz caout sicour, ac e c’houneze peb tro, e roe atao lamm d’e enebour, d’an droug-eal, ha d’an ioul fall eus e galon.

An Tad Lanuza, ur relijiuz devod gousgoude, pa velas ar maro ganta, a vennas disesperi gant ar spont rag an ifern. Caër a oa comz deza divar-ben ar Baradoz, e encrez o sonjal en ifern a zave atao da uhela. Ma oe lakeed ar Verc’hez diraza. Ar re a choum pellic er bed-ma n’int ket evit caout o mam all var o zro, en o maro ; mes ive, ar vam zo en Ee eo an druezusa, ar vella a bep ent. Pa c’hallas an Tad Lanuza ober ur zell bep-er-mare ouz e vam en Ee, ouz ar Verc’hez, e joausaas e spered. Aliez e vise cleved o c’helver an ini a gonsol ar re o deuz glac’har ac anken, ar re afflijed, Consolatrix afflictorum ; ac e varvas, en eur ober ur zell a joa ouz imach ar Verc’hez.


————


AN DERVEZ UNAN-A-TREGONT


————
Breuriez ar Verc’hez


Er bloaz 1563 e oe saved e Roum, en enor d’ar Verc’hez, ur Vreuriez, anved Congregation, ac a deuas da veza ar penn eus a galz a re all. An Iliz a roas induljansou braz d’ar vreuriezou-ze. Ar Gardinalet, ar brinset eus ar bed, a oe mall ganto lacaat o ano e Breuriez ar Verc’hez. Neket e Roum ebken, mes ive dre ar bed-oll, betec en Indez, e savas Breuriezou (Congregationou) en enor d’ar Verc’hez.

Ini Dillingen (ebroan Allamaign), a goumansas er bloaz 1574. An Tad Rem eo a lacaas ar Vreuriez-se eno, un den bruded e meur a leac’h, abalamour d’e zantelez vraz, ac abalamour m’en d-oa calz a sclerijenn evit anaout an traou da zont ; m’en doa gveled, ouzpenn ur vech, ar Verc’hez ; great anaoudegez, ha bet evel mignouniez, epad e vuez, gant an Anaoun eus ar Purgator. Ar re a lacaas o ano eno e Breuriez ar Verc’hez, a ziscuezas, ed-ar-vech, un devosion dener d’ar Verc’hez, cals a druez ouz an Anaoun. ac a aket en oll deveriou christen ; ac ar Verc’hez e d-euz bet discuezed dezo e c’harantez, o-h ober burzudou en o c’hever, ac o lacaat anezo da gaout grassou caër epad o buez ac en eur ar maro. (Eno ive, evit doare, e scolach Dillingen, e oe great da genta Miz Mari, en doare ma reer brema, er bloaz 1724, o lenn ar c’hentellou a zo el levric ma.)


MIDITA


Caer eo beza e Breuriez ar Verc’hez.


I


Epad ar vuez, ac ez eo caer beza e Breuriez ar Verc’hez ! An Ini ne lez morse eb recompans an disterra servich, pegen caer recompans a roi d’ar re a glasc meur a c’hiz d’e enori ! Credi a reer ne d-aï da goll guir zervicheur ebed da Vari. O ! pegen euruz oun-me ta, da veza unan eus e bugale ! Pegen trist e ve va buez var an douar, mar ne veen e Breuriez ebed d’ar Verc’hez ! mar n’em befe perz ebed er pedennou a reer dezi noz-deiz ! Pegen trist e ve va doare, mar em bê mez o-h ober dirag an dud ar pedennou a reer e Breuriez ar Verc’hez ? A guassoc’h e ve c’hoas, mar dizenorfen anezi gant va buez fall.


II


En eur ar maro, pegen euruz eo an nep a ve e Breuriez ar Verc’hez ! Evel ur vamm dener, e toussaïo e boan deza, e raïo deza beza patient, e pellaïo diouta an Erevent, an droug sperejou, ac e tiscuezo deza pegen dous eo mervel, mont divar an douar d’ar Baradoz ! Ar Verc’hez, evel a lavar sant Jerom, a deu da zigemeret eneou e zervicherien, pa vezont en o amzer diveza. O ! abalamour da Zoue, santez Mari, Mam Doue, ac atao Gverc’hez, n’am lezit ket va-unan en eur va maro ! — Bezit dizagrin, servicheur Mari, en oc’h eur diveza, ho prassa joa e vezo beza servicheur da Vari.


III


Goude ar maro, pegen caer e vezo c’hoas beza bet e Breuriez ar Verc’hez ! Gant nebeutoc’h a encrez ez ear dirag tribunal ar barneur ; rac ar Verc’hez a gass deza eneou e servicheurien. Rag petra om befe-ni aoun, pa eo Mari on alvocadez dirag Jesus e Mab ! Ouspen-se, ar re a vezo e Breuriez ar Verc’hez, a zo easoc’h dezo diouall ouz tan ar Purgator, dre an Induljansou. Pebez joa dezo, sonjal ez euz Induljans vraz, en eur ar maro, o lavaret an daou ano, Jesus ha Mari. Bugale Mari a vez ive dousseed, diverred o foaniou er Purgator, gant ar pedennou a reer evito, er Vreuriez ; ac ar Verc’hez a gass aliez an Elez, ac a-vechou e tisken e-unan er Purgator, evit distana d’e zervicheurien, terri nerz ar flammou (ervez Denez Chartreuz). Mes, ho bezit sonj, evit caout ar chansou euruz-se, eo red delc’her mad d’ho pedennou, beza aketuz da c’hounid an induljansou. Gvelit petra oc’h euz great bete vrema, nemet guell e ve ganeoc’h mont da leski er flammou. Ar re a zo o c’hortoz pedennou diganeoc’h, diouallit n’ho pe o ancounac’heat, diouallit na vec’h ancounac’heat ive d’ho tro, e poaniou ar Purgator. Mar dizonjit ar re all, Doue a zo just, lacaï dizonjal ac’hanoc’h ive, ha ne zilaoufe nemeur ar pedennou a ve great evidoc’h.

Trugarecaït Doue evit ar c’hrass oc’h euz bet da veza var roll bugale ar Verc’hez, ha dalc’hit mad d’e Breuriez bet’r maro. Lacaït ho poan da c’hounid Induljansou, ac ho bezit truez ouz ar re a zo eat eus ar Vreuriez d’an Anaoun.


Ur verc’h iaouanc eus Plestin


E Plestin, var dro pemp leo diouz Montroulez, e oa ur verc’h tri bloaz var-n-ugent, Mac’harit Lucas, clanv a-stoc var e guele abaoue seiz vloaz, seized maro e izili, eb doare ebed da barea. Caër a oa clasc remed d’e c’hlenved, nemet voassaat ne ree. An deiz diveza eus a viz Mae 1852, evid cloza Miz Mari, e c’houlennas beza douged d’an iliz, da bedi dirag aoter ar Verc’hez ; ac e covesaas, ac communia ; ac e choumas ur pennad amzer da bedi dirag tron an Itron-Varia miz Mae. Pa oe scuiz, e oe cassed en un ti tostic d’an iliz. Eno e c’houlennas Miz Mari, ac ober ur pennadic lenn enna. Setu ma santas evel ur beac’h pounner o vont divarnei ; ac en em lacaas da drei ha distrei e fenn, da finval e zreid o cass ac o tigass anezo ; ar pez ne oa ket evit ober bete neuze. — Emaoun pare, emezi ; e-berr er pardaez-ma ez aïn da brocession Miz Mari. — An ini a oa var e zro, a dennas ar zonj-se eus e fenn ; nemet ma lezas anezi da zevel evit mont da gaout ar prenest, da zellet ouz ar brocession. — Pa edo ar brocession o vont a-biou d’an ti, eme Vac’harit, e cave d’in e velen ar Verc’hez o c’hoarzin ouzin, ac e santen em boa bet va goulenn, e oan pare. — An tronoz, o veza ne zonje den ebed penaoz edo an dro gant Mac’harit, e lavaras : — Ne fell ket dezo credi ez oun pare ; me zo o vont d’en discuez dezo sclear ac aned. — Ac i sevel eus e guele, gvisca e dillad, e-unan caer, eb nicun d’e zicour ; ar pez n’e doa greet seiz vloaz a oa ; ha disken gant an derezou d’an traon. E zud a redas en aviz rei scor dezi, arpa anezi da zisken eus ar zolier : — Lîzt ac’hanon, emezi, pare oun. — Tud e zi, o velet anezi drant en e zav, a oa souezed maro, ac an amezeien a zirede o clevet ur seurt burzud. Ha Mac’harit a-fo d’an iliz dirag aoter ar Verc’hez, ac ac’hano da gaout e c’hovesor, a oe ken souezed ac an oll, o velet Mac’harit eb e flac’hou (eb e branellou). D’ar zul varlerc’h, ac a oa sul an Drindet, ervez ur c’hiz coz, oa procession e Plestin. Mac’harit Lucas a zougas ar Verc’hez, nemet ma lezas un all da gemeret e flass, abars fin ar brocession, ac ez eas da heul, ur c’houlaouen en e dorn, ac an oll o daoulagad o para varnei. Eus ar parreziou divar-dro e teuas tud, a foul, da velet Mac’harit Lucas, pareed cloc en un tôl, e fin Mai 1852, goude beza bet seiz vloaz issill braz var e guele.

Tenned divar ul lizer scrived gant an A. Graet, person Plestin ; ac cleved ive gant unan eus parrez Plouziri, an A. R., a oa d’ar mare-ze o choum e kichen Plestin.


————

AVE MARIS STELLA


————


Ni ho salud stereden ar mor,
Mam da Zoue leun a enor,
Gverc’hez bepret, porz an evou,
Silaouit oc’h or pedennou.

Recevit ar salud santel
A roas deoc’h an eal Gabriel ;
Roït ur peoc’h ferm deomp er bed-ma
O sench an ano a Eva.

Torrit chaden ar bec’heurien ;
D’ar re zo dall roït sclerijen ;
Pellait diouzomp pep maler,
Ac obtenit deomp pep faver.

Discuezit e zoc’h ur vam vad
En andret an dud emzivad ;
Grit ma on exauso an ini
Oc’h eus ganed evidomp-ni.


Gverc’hez pur eb comparezon,
Dous dreist an oll e pep feson,
Dioc’h on pec’hejou dilivret,
Omp rentit dous a chast bepret.

Grit ma cunduimp ur vuez pur,
Preparit deomp un ent assur,
Ma vezimp, o velet Jesus,
Bepret er joa ganeoc’h eüruz.

Gloar ato d’an Tad Eternel,
D’ar Map ha d’ar Speret-Santel ;
Meulet ra vezo da viken
Tri ferson en un Doue ebken.

Evelse bezet gret.


————

CANTIC D’AR VERC’HEZ


————


Santez Mari, Mam Doue, e pep
amzer Gverc’hez,

Jesus a zo va Roue, ha c’hui va
Rouanez ;

Evel ma z’eo va Barneur, bezit va
Fatronez,

Ac evidon dirazan, bezit Alvocadez.

Etouez ho servicherien, plijet ganeoc’h
va receo ;

Meurbet eo dous ho servich, servich
ar bed c’hoero ;

Rac-se oc’h abandouni, kuitat ho
Preuriez ;


A ve redet gant malheur, d’en em
goll da james.

Eus va fers e prometan, ne rin ne
livirin,

Netra eneb d’oc’h enor ; biken ne
bermetin,

Na ve den sujed d’in-me, ken ardiz,
ken ingrat,

Da offansi Mam Jesus, ur Vam ken
dous, ken mad !

Evit galloud enori an ano a zouget,

A Vam a visericord, gvir Vam
Salver ar bed ;

Me a bromet soulaji ar beorien
afflijed,

Dre ma zint oll ar memprou eus
ho Map binniged.


Epad va buez em ceuvrou, va zicourit
bepred ;

Dreist peb tra var va maro, n’em
abandounit ket ;

Dre ho taouarn d’am Zalver, presantit
va ene,

Sur e zin d’ar Baradoz, var ho
lerc’h goude-se.


————

CANTIC ALL D’AR VERC’HEZ


————


O Mam leun a drugarez,
O Gverc’hez benniged !
E peb leac’h a bemdez,
Om zicourit bepred ;
Prezantit d’ho Mab Jesus
Pedenn ho pugale ;
Jamez ne c’hell ho revuz
Sur omp a gement-se.

Gverc’hez gloriuz Vari,
Refuj ar bec’herien,
Me ho ped d’am c’honforti
Em spount, em zroublien.
C’hui am divenno guella ;
Ho Mab zo va roue ;
Ar pez a ra d’in crena,
Va Barner eo ive.


Pa varvin, va Mam dener,
Truezuz em andred,
Calmit justis va Barner
Pe sur e vin colled.
O Mam leun a vadelez !
Divennit ho pugel ;
Ha bete fin va buez
Deoc’h me vezo fidel.


————

ETRE AR VERC’HEZ


AC E BUGALE


————


Me glev ur voez tener ha clemuz,
Cals doussoc’h eget moez un Æl,
O lavaret d’in ken truezus :
Ha bez’ e vî-te ma bugel ?

discan :

Mari, Mam zantel,
Me zo deoc’h bugel,
En em rei a raan deoc’h a grenn.
Mari, Mam zantel,
Me zo deoc’h bugel,
A-vrema, ia ! ha da viken. (bis.)

Ar Verc’hez o comz.

E gvirionez, Satan e counnar
Ne ra peoc’h ebed d’as ene ;

N’euz ket a vir joa var an douar,
Ar vir joa zo ebars en Nê.


Discan. (Bugale ar Verc’hez o respont.)

Mari, Mam zantel, etc.


Ar Verc’hez.


Ma c’hrouadur, lavar gant fizians
D’am c’halon da oll drubuillou ;
Ha me a zoussaï eb douetans,
Ia, me zoussaï da oll boaniou.


Discan :

Mari, Mam zantel, etc.


Bugale ar Verc’hez.


Ur voez ken dous ha ken truezuz
Zo moez Mari, o ma ene ;
Ouz om stad ken trist, ken maleuruz,
Calon ur vam o d-euz true.

Mari, Mam zantel, etc.

O velet kement a brederi,
Ha choum a raim-ni aheurted !
O ! clevomp kentoc’h ouz moez Mari,
Ha kerkent o vimp soulazed.

Mari, Mam zantel, etc.


Doussa moez, o Mam garantezuz,
Ho mouez da galon ar pec’her !
I en laca da veza euruz
O tistrei humbl ouz e grouer.

Mari, Mam zantel, etc.


————


AN EZOM ON EUZ


EUZ A ZICOUR AR VERC’HEZ


————


Mari, on Mam garantezuz
O ! tôlit ur zell truezuz
Var-n-omp el lec’h-ma dastumed
Evit ho meuli Mam gared.


Mari, om Mam garantezuz,
Grit hirio ur zoll truezuz
Var ho pugale daoulined
Endro d-oh auter benniged.

Ezom en d-euz en e neizic
Eus askell e vam an evnic :
Dindan ho tiouaskell ive,
Mari, lacait ho pugale.

En anv, pa vez an eol re dom,
An douar a c’hlao en d-euz ezom :
Digassit varnomp gliz an Nê,
Mari, seac’h corn eo on ene.

Ezom o d-euz an dêved keiz
Da veza mired diouz ar bleiz :
Ni on euz ezom, Guerc’hez c’hlan,
Da veza mired diouz Satan.

An dêved o-unan lôsked
Sur gant ar bleiz a vô tag’ed :
Satan a rod en dro deom-ni,
Om divoallit eta, Mari.


Ur c’hrouaduric, pa vez clanv,
Pa vez an dersienn vraz gantan,
A lâr d’e vam : Ul lomic dour !
Clanv ômp, Gverc’hez, deut d’am zicour.

Pa veo counnared ar mor braz,
Bagic ar pesketeur, siouaz !
Gant an houlennou vô lonked
Mà ne d-eo gant Doue dalc’hed.

Ar bed-ma so ur mor spontuz,
Leun a gerrec ac houlennuz ;
Ac om bag-ni zo ken dister,
Truez ouzomp, o Mam dener.

Ar bed-ma zo ur mor euzuz,
Leun a rehier ac houlennuz ;
Ac om bag a zo ken dister,
Sicour, sicour, o Mam dener !


————

GOULENN OUZ AR VERC’HEZ CARET JESUS


AC UR MARO MAD


————


Gverc’hez, divar ho tron en Nê
Grit varnon ur zell a drue ;
Silaouit ouz va fedenn brema,
O Mam ar vella. (bis.)

Obtenit d’in caret Jesus,
Ha var e lerc’h eûl ar vertuz ;
Grit ma vîn deza ha deoh fidel,
O ma Mam santel. (bis.)

En eur ar maro me ho ped,
Diouz Satan ma divoallet ;
Deut c’hui da zerri ma daoulagad,
O Mam dous ha mad. (bis.)


————

CANTIC EVIT MIZ MARI


Ton : Digoret eo Miz Mari


————


Digoret eo Miz Mari,
Evid-omp pebez joa !
Canomp eta melodi
D’an Itron-Varia.


DISCAN


Gloar d’ar Verc’hez Santel !
Enor ha melodi

Lavaromp gant an Æl :
Ni ho salud, Mari.

bis


En eur miz ken dudiuz,
An doussa euz ar bloa,
Piou na ve ket akeduz
Da zont d’he bizita ?
Gloar, etc.


En Nê ha var an douar,
Pep tra gaer, var ar mez,
Da bep-unan a lavar :
Enorit ar Verc’hez.
Gloar, etc.

Ar bleun ker caer ha quen flour
A velomp er prajou,
’Zo kel liez a vellezour
Euz he oll vertuziou.
Gloar, etc.

Gant he liou ruz, he c’houes-vad,
Ar rozen grasiuz
A lavar ez eo dalc’h-mad
Ouzomp carantezuz.
Gloar, etc.

Hag e pep fourdelizen
Guen-can, hep tachadur,
Piou ne anavez a-ben
Ar Verc’hez bepred pur?
Gloar, etc.


Mar sav ar verelaouen
Ker caer da c’houlou-de,
Rouanez ar gristenien
A zo caeroc’h en Nê.
Gloar, etc.

An heol, roue ar firmamant,
A sclerder curunet,
N’eo nemet he guiscamant
E palez an Dreindet.
Gloar, etc.

Eno daouzec stereden,
Burzud caer da velet !
A ra ker brao curunen
Rouanez an Æled.
Gloar, etc.

Mes perag clasq ken huel
Ho cloar, ho vertuziou ?
Scrivet int, o mam zantel,
E creiz hor c’halonou.
Gloar, etc.


Kent ma cuitaimp ho chapel,
O Guerc’hez truezuz,
Taolit varnomp c’hoaz eur zell,
Eur zell carantezuz.
Gloar, etc.

————


ANTIENN D’AR VERC’HEZ


————


Regina cœli, lætare, alleluia, Quia
quem meruisti portare, Alleluia.
Resurrexit sicut dixit, alleluia. Ora
pro nobis Deum, Alleluia.
v. Gaude et lætare, Virgo Maria, all.
r. Quia surrexit Dominus verè, all.


E Brezonnec


Rouanez an Ee, en em rejouissit,
Alleluia ! meulomp Doue gant lid :
Nep ma zoc’h bet din da veza doug’ed
Ervez e c’her a zo ressuscited.


O pebez joa, deoc’h-hu, Gverc’hez Vari,
Alleluia : o pebez lid deomp-ni !
O c’houzoud ervad eo ressuscited
E gvirionez on Autrou bennig’ed.

Santez Mari, grit ma c’hellimp ganta,
Eus ar pec’hed brema ressuscita,
Evit d’ar fin ma c’hellimp oll ivez
Kerzout pelloc’h en ur vuez nevez.


————

LITANIOU AR VERC’HEZ


E BREZONEC


————


Aotrou Doue, oll-c’hallouduz,
Ac eb muzul trugarezuz,
Guelet a rit peger zempl ômp,
Rac-se bezit truez ouzomp.


C’hui, Jesus-Christ, Salver ar bed,
Distroit ouzomp, ni ho ped,
Selaouit ouz on pedennou,
Roit deomp on goulennou.

Doue an Tad, zo or C’hrouer,
Doue ar Mab, zo or Zalver,
Ac ar Spered-Santel ive,
Trindet Santel en un Doue.

Sellit gant truez ouzomp oll
Evit ne d-aï nicun da goll ;
Ennoc’h c’hui eo e esperomp
Rac-se bezit truez ouzomp.

Santez Mari, Mam da Zoue,
C’hui eo a bedomp-ni goude ;
Gverc’hez santel ar Gverc’hezet,
Mam Jesus, ra vezo meuled.

Mam ar c’hras ac ar zantelez
Mam bur-oll evel an Elez,
Pedit evidomp deiz a noz,
Evit ma z-aïmp d’ar Baradoz.


Mam chast, a neat a bep pec’het,
Mam bepred dibec’h-caër choumed,
Mam oll-din euz or c’harantez,
Ur vam leun a bep caërentez.

Mam d’an ini zo or C’hrouer,
Mam d’an ini zo or Zalver,
Pedit evidomp deiz a noz,
Evit ma z-aïmp d’ar Baradoz.

Gverc’hez oll fur a din meurbet,
Gverc’hez zo da veza meuled :
Gverc’hez a zo ken gallouduz,
Gverc’hez fidel, trugarezuz.

Mellezour a vir zantelez,
Leac’h choazed gant ar gvir furnez.
Pedit evidomp deiz a noz,
Evit ma z-aïmp dar Baradoz.

C’hui eo a ra or joauzdet,
Ennoc’h ema mad ar spered,
Ennoc’h ema e vir denzor
’Vel en un lestr din a enor.


Lestr sacr ac a scuill er galon
Carantez a devosion,
Pedit evidomp deiz a noz,
Evit ma zaïmp d’ar Baradoz.

Rozen er Baradoz cuzed,
Tour David, gant olifant grêt,
Arc’h allians, ur palez aour,
Dor an Nê d’ar bec’herien baour.

Verlaouen, stereden an deiz,
Pareans ar glanvourien geiz,
Pedit evidomp deiz a noz,
Evit ma z-aïmp d’ar Baradoz.

C’hui eo a deu da gonsoli
Ar re a zo er velconi,
C’hui zo refuch ar bec’herien,
C’hui eo sicour ar gristenien.

Rouanez ouc’h d’an oll Eled,
Rouanez ar Batriarchet,
Pedit ovidomp deiz a noz,
Evit ma z-aïmp d’ar Baradoz.


Rouanez an oll Brophetet
Ac an Ebestel benniged,
Rouanez an oll Verzerien
A confessoret al lezen.

An oll Zent ac ar Verc’hezet,
Rouanez dibec’h-flamm croued,
Pedit evidomp deiz a noz,
Evit ma z-aïmp d’ar Baradoz.

Oan Doue, crucified,
A effas pec’hejou ar bed,
Ni ho ped oll, dre ho mirit,
Aotrou Jesus, on pardounit.

Oan Doue, crucified,
A effas pec’hejou ar bed,
Selaouit on pedennou-ni,
Abalamour d’on pardonni.

Oan Doue, crucified,
A effas pec’hejou ar bed,
C’hui a vel pegen sempl ômp,
Rac-se, bezit truez ouzomp.


Jesus, clevit on pedennou,
Jesus-Christ, grit on goulennou
Evit ma z-aïmp d’an Euruzdet,
Oc’h euz oc’h-unan deom prened.

Pedit evidomp, mam Jesus,
Ma viritimp beza euruz
Oz e velet er joauzdet
Ervez m’en deuz deomp prometed.


finvez.
AN DAOLEN
————

Pajen

Au lecteur instruit 
 v


————

Dervez

10 — Jesus ganed 
 76
Litaniou ar Verc’hez e latin 
 297