Istor Breiz (Anna Mezmeur)/a-bezh



ISTOR BREIZ


ou


HISTOIRE POPULAIRE
DE LA BRETAGNE


PAR
UNE FILLE DU SAINT-ESPRIT


————


QUATRIÈME ÉDITION
COMPLÉTÉE ET AUGMENTÉE


BREST
J.-A. LEFOURNIER, LIBRAIRE-ÉDITEUR
RUE DE SIAM, 85
1893


DEDI EUZ AN ISTOR VREIZ
D’AN AOTROU AUGUSTIN DAVID
ESKOP SANT-BRIEK HA LANDREGER
————
Aotrou’n Eskop,

Goude beza gret an dedi euz al leorik-man, pa oe moulet da genta, d’an Aotrou’n Eskop Graveran, ganet e bro Krozon, hag a roaz din ar zonj da skriva istor va bro e brezonek (neuze oan var dro va c’huezek vloaz) ; goude beza dizkuezet d’am Mam Superiorez, Mari-Arsene Bornet, an anaoudegez vad skrivet doun em c’halon evit eul leanez ker prijet gant an oll Sœurezet euz ar Speret-Santel, en or lakat he hano er bajen genta euz an eil leor ; dont a ran hirio, Aotrou’n Eskop, gant eur joa vraz, da ober deoc’h an dedi euz al leor Istor Breiz, moulet evit an drede guech.

Ho trugarekaat a ran a greiz kalon da veza aotret din an enor da lakaat oc’h hano e pen va leor. Dont a raï da veza anavezet ha prijet gant an oll, pa vo guelet, en eneben kenta, hano eun Eskop a zo ker mad evit ar Vretoned, hag en deuz kement a breder euz ar pez a hell ober enor d’ar Vreiz, hag a laka eun aket braz evit mirout en he oll gaerder ar iez brezonek hag ar skridou gret er iez pe langaich-ze.

Ia, aotrou’n Eskop, ho pennoz var al leor-man a vo ar pen abek ma fello da beb kouer breton he gaout en he dy, evit gouzout eun dra bennag euz a istor he vro ; ar veleyen he lakaio da veza anavezet en ho fareziou ; an dud chentil, hag an dud desket, pere a gar ar baysantet, a raio memes tra ; hag ar Sœurezet guen, Merc’het ar Speret-Santel, o teski dioc’h ho Eskop ar garantez evit ho bro, a lakaio ive ho foan evit ma vo lennet gant an oll dud dister euz ar Vreiz, evit pere, dreist oll, eo bet skrivet al leor-man. Lezit ac‘hanoun, Aotrou’n Eskop, d’ho drugarekaat a greiz va c’halon,

Me a zo,
Aotrou’n Eskop,
en or sellout euz ho stad huel,
an izella hag an disterra euz ho Leanezet,
Anne de Jésus.
Kouent Krozon, an dregont euz a vis Guengolo 1868.
(Gouel sant Jérôm).

————
DÉDICACE DE LA 4me ÉDITION


C’est avec une grande joie que je dédie à Notre bien-aimée Mère générale Sœur Ildefonse Le Jeune cette nouvelle édition, et que je date de ce couvent de Crozon que nous avons fondé toutes les deux avec le secours de ma mère et de ma grand’mère.

6 Janvier 1893.
Anne de Jésus,
Fille du Saint-Esprit.


DEDI


Gant eur joa vraz e lakan Leorik Istor ar Vreiz dindan bennoz va Mam garet Soeur Ildefonse Le Jeune, Mam general Leanezet ar Speret Santel, al Leorik-ze skrivet e kouent Krozon, savet ganeomp ha gant va mam-goz he va mam.

6 Guenver 1893.
Anne de Jésus.

ALI D’AR VRETONET
————

Tud divar ar meaz, setu eul leorik hag hello ho laouennaat hag ho kelen. Ha ne deo ket eun dra souezuz ha mezuz evit Breiz na ve ket eun istor euz hor bro skrivet e brezonek ? Kals ac’hanoc’h a anav guelloc’h Boudadeo ha Genovefa euz ar Brabant eget ar roue Konan, an duk Alan, an dugez Anna, enor ha gloar hor bro ! Lennit ha kountit an dra-man d’ho pugale, ha ne vezo ket lavaret neuz nemet ar Vretonet a gement na ouzont ket ho istor ; ha koulskoude neuz ket kals a historiou ker kaer hag hi. Lennit hag e velfet.


————
DA SANTEZ ANNA
ITROUN AR VREIZ

Mam ar Verc’hez, sikour ar Vretonet, kinig a ran deoc’h al leor-man, a verk an traou c’hoarvezet en hor bro. Roit dezan ho pennoz evit ma rei kreski e pep kaloun breton ar garantez evit ar feiz hag ar vro.

DISKLŒRIADUR VER
VAR
AN ISTOR EUZ HON BRO EN AMZERIOU KENTA


————


Istor ar Vreiz, araok donedigez hor Salver Jesus-Christ, ne deo ket anavezet.

Ar bobl a oa neuze er vro-man, galvet Armorik, a oa euz ar memez goen gant lod euz re ar Frans pe Vro-C’hall, hag oll paganet kriz ; be oant unanet etrezo evel eur Republik, ker gant ker.

Pa zeuaz ar Romanet da veza mistri euz ar vro-man, sevel a rejont keriou pe kreski a rezont ar re a oa savet araok : unan e Naonet, ar bobl-ze e latin Namnetes ; unan e Guenet e peleac’h ar bobl o oa ter var ar mor, hag a stourmaz ouz Cesar gant ho listri brezel, e latin Venetes ; unan e Roazon euz a beleac’h ar Romaned a c’halve ar bobl Rhedonenses ; unan e Keraëz ker an Ossismii ; hag unan e kichen Dinan, er vro galvet abaoue Sant-Briek, bro ar Kuriosolitet. Tud ar vro-man na garient ket ar Romaned, n’em den a rejont er choajou, hag evel ma oant karget a funcher evit an douarou a labourent ; dilœzel a reent a gren ar meachou ; hag ar vro e vije deuet buhan avoalc’h evel eur gouelec’h, penefe e teuaz er vro ar Vretonet euz a Vreiz-Veur o doa renket tec’hout dirag ar Saozon. Ar Vretonet-ze o doa an eur-vad da veza kristenien, hag e leac’h ma touarjont e tigajont ar guir relijion d’an dud reuzeudik oa chomet en devalijen euz ar fals relijion.

Ar Vretonet na dec’hjont ket en eun taol euz ar Vreiz-Veur evit dont aman, e leac’h ma joumaz stard an dud da zifen ar vro, na ziblajont nemet goude brezeliou kriz.

Dont a ree en Armorik eur Roue pe eur Pentiern bennag gant he bobl ; ha dont a ree da jom e leac’h ma touare gant he dud hag e roe e hano d’al leac’h ma oa deuet ; evel-ze a zeuaz da chom el leac’h hanvet breman Ploufragan, da lavaret eo pobl pe vanden Fragan ; Ploeven, leac’h ma jomaz Even gant he vanden, etc.

Goude ma oa deuet Bretonet tre-mor er vro-man, e teujont d’en em veska e touez re an Armorik ; ne oe brezel ebet etrezo ; euz ar memez goen e oant hag eleac’h gwaska tud ar vro, evel m’o doa grêt ar Romanet, ho guellaat eo a rejont en or rei dezo al lezen gristen.

Ar Vretonet euz an Armorik, en or zigemer sklerijen an Iliz, a zeuaz da gompren pegen talvoudek a oa al labour ; ha sikouret gant ar venec’h hag an dud santel deuet euz an enez, en em lekejont da zistroueza ar c’hoajou braz pere a c’holoe neuze ar vro-man.

Ar c’henta etre ar re a zeue evel-ze da hencha ar Vretonet tre-mor a oa lakeet neuze e pen lod euz ar vro ; hag evel-ze var dro pevar pe pemp kant vloaz goude donedigez hor Salver, e oe er vro-man eur c’hondt e Leon, eur c’hondt pe roue e Kerne, eur roue e Domnonee hag eur c‘hondt er vro Erech.

Gradlon-Meur oa roue pe kondt a Gerne e 490 ; Withur e Leon e 520 ; Riwal, roue euz ar vro Sant-Briek, Aleth, Dol ha Landreger, hanvet neuze Domnonee, a zeuaz er vro-man e 513 ; ha Komor oe kondt e Porhoet e 520.

An noblans euz a Vreiz a oe da genta bugale ar rouanet ; goudeze bugale an duget hag ar re a chouarne lod euz ar vro evel kondt, hag ouspen bugale ar re a ouie guella hencha ar brezel.

Kondt Roazon oe duk e Vreiz hag ar vugale yaouanka anezo oe kondtet Penthièvres. Re Gerne a c’houarnaz ive ar Vreiz pell goude maro ar roue Gradlon. Ar c’hondtet a Leon a zo bet remplaset gant an duket a Rohan. En or len Istor Breiz c’hui a lenno kalz euz hanoiou he noblans, da lavaret eo ar re zo bet ar guella er brezel, ar guella a speret hag a vouiezegez, ar re vella evit kemer interest ar vro.

Bez euz bet ive micherourien breton brudet : evel Mikel Koulm, pe Kolomb, euz a Leon, en deuz gret bez kaer an duk Fanch II ; hag Alan ar C’hap, euz a Lesneven, en deuz labouret ker kaer prenestou an ilizou ar Folgoet, Kemper, Kastel-Paol, Kuburien ha Rumengol. Bevet en deuz er seitegved kanved. En hon amzer-ni, Hernot a labour ar men evel Mikel, ha Pondaven a gizel ar c’hoat ive en eun doare kaer meurbet.

Ar Vretonet ho deuz gounezet kalz gloar abaoue m’o deuz kasset zouavet da zifen hon Tad santel ar Pab ; darn anezo zo bet lazet e Kastelfidardo hag e Mentana ; evel-ze an aotrounet Parcevaux, Chaluz, Lanascol, Dubeaudiez, Urban Kelen ha Rialan, ha mab ar micherour euz a Naonet, Joseph Guerin, ha kalz a re all a vev c’hoaz, hag en ho zouez paysantet ; ra iei an niver anezo var gresk.

Cetu aze eur gerik evit ober deoc’h da gompren ar pez a lennoc’h en nozvechou varlerc’h. Guelet a rit a dlee ar Vretonet karout dreist oll ar relijion katolik, apostolik ha romen, en deuz saveteet anezo evel ma velit.


————

ISTOR


AR VREIZ


————


NOSVEZ KENTA


Gueich all pell euz sclerijen, pell euz lezen Doue
Er memez tevalijen, ho pro a oa ive,
Mil bennoz d’ann Ebestel, ho deuz ho kelennet…

Eun nosvez e Ker-Anna, var lez ar mor, oa en em zastumet ann oll dud euz ar ger. Ar merc’het oa o neza, hag ar baotret iaouank euz an ty o tressa an traou dismantret gant labour an deiz. — Amzer griz a ra hirio, a lavaraz eur c’hreg koz o tostaat euz an tan, — Dienez o devezo ar beorien er bloaz-man, eme eur paourkez dall azezet e korn an toul, he hano oa Iann ar C’honter pe an Disreveller, anavezet ha karet gant an oll. Tud an ty hag ar re oa deuet da dremen darn euz an noz, oa oll laouen o velet Iann en ho zouez, rak ne oa paourkez ebet sioulloc’h na guelloc’h konter da zeg leo tro var dro. Desket mad e oa : great en doa memez he studi. — Hir eo an noz, eme eur plac’h iaouank ; n’ellomp ket mont da gousket dioc’h-tu. Ma karfe Iann kounta eun neubeudik deomp. Gouzout a ra traou ker burzuduz, evidoun-me, chom a rafen heb dibri evit he selaou. — Kountit deomp ho histor, eme d’ar paourkez dall eur c’hrouadur a drizek vloaz a ie d’ar skol er vourc’h tosta. Lavaret deomp penaoz goude bea great ho studi ha kollet ho tanvez gant ar revolution, e zoc’h deuet dall, ha n’oc’h euz kavet den da gemer truez ouzoc’h. Mantr a ra va c’halon pa glevan kement-ze. — Aliez aoualc’h, eme Iann, em euz komzet deoc’h euz va malheuriou ; guelloc’h e ve din komz euz a draou nevez. Marteze, paotr, petra bennag ma oc’h desket mad er skol, n’ouzoc’h ket c’hoaz an histor euz ho pro ? — N’hon euz morse klevet an istor-ze, emeent holl. Neuze Iann an dall a reaz sin ar groaz hag a gomzaz evellen.

Gouzout a rit, va zud vad, Breiz neket bet atao eur vro gristen. Araok donedigez hor Zalver benniget, ar Vreiziz a oa pell siouaz ! euz ar guir relijion. Guelet a reer c’hoaz en ho touarou mein braz, lod renket, lod all hir, hanvet menhir ; hag hiniennou plat hanvet daol-men. En dro dezo a leverit e zans peb noz ar c’horriganet. E kichen ar vein-ze en em zastument evit ho deveriou a relijion. Pebez relijion, va zud vad ! Pegen souezet na dlie ket beza an Ebestel deuet aman evit deski ar guir relijion d’hon tadou koz, o velout an douarou tro var dro sklerijennet evit sakrifia d’an doueou faoz. An dud kez-ze, dallet gant an drouk-speret, a vele redek eno goad eun ejen pe goad eun den malhëurus bennag astennet var an daol-men, ha lazet gant an Druzet, ho beleyen. An doare ma rede ar goad a zisklerie dezo urzou an env. Lavaret a reer c’hoaz merc’het memez a laze ho unan an den kiniget d’ar falz Doue. Klevet oc’h euz marteze komz euz an enez Sizun zo dirag beg ar Raz. Eno eo goal rust ar mor, ha klevet em euz martolodet o lavaret : « Den na dremen ar Raz n’en de aoun pe glaz. » Eno oa ar merc’het kriz-ze, hanvet guerc’hezet Sizun. Aliez en em golle listri var ar c’herreg zo en dro d’an enez evel treujeunnou-guez euz eur c’hoat diskaret. Ar vartolodet a grede guerc’hezet Sizun a zigasse dezo barrou avel ha goall amzer. — Koulskoude pegen galloudek bennak a brizent anezo, no doe zikour ebed digato evit ten ho bro euz daouarn ar Romaned.

Kement-ze, an Aotrou Doue ne laoskas ket atao ar Vretonet en denvalijen euz ar fals kreden : dont a reaz en ho zouez missionerien kalounek. Ar reman a guitee en noz al lec’hiou e pere o doa tremenet an deiz evit prezek an Aviel ; rak an Druzet na loskent ket anezo da brezek ar guir feiz. Mæz Doue en doa taolet eur zell a druez var hor bro. Setu aman petra a erruaz. Tud euz ar c’hresteiz, hag a lavarer Romaned anezo, a oa deuet e Bro-C’hall (pe ar Franç), gant ho c’habiten Cesar, den a zoare hag a nerz. Kemer a reent ar c’herriou ha divezatoc’h e oa ret ive d’an Druzet en em guzet kerkouls ha beleyen Jesus-Christ. Meur a veich en em gavent kuzet er memes lec’h ha beleyen hor relijion santel ; hag en eur selaou anezo o komz euz eun Doue pehini, elec’h goulen goad an dud, en doa skuillet he hini evito, e kavent eur garantez vraz o tomma ho c’halonou, hag euz beleyen eun Doue kriz, hiniennou a zeue da veza beleyen an Doue a drugarez. Petra ken a lavarin-me deoc’h var an dra-ze ; nemet var dro daou c’hant bloaz goude donedigez hor Zalver, ar Vretoned o doa an eur vad da zigemer en ho zouez beleyen Jesus-Christ. — Abaoue a leverer ar Vretoned a zo chomed leal d’ho feiz ha d’ho Doue, ha neuz ket bet klevet prezeg a enep ar feiz er iez breizad.

Var dro an amzer-ze a dremene dre Vreiz-Izel Derrien ha Neventer, daou zen jentil euz a enez Breiz, an hini zo breman Bro-Saoz. O tont a oant euz a Rom e pelec’h oant bet oc’h enori relegou sant Per ha sant Paul, hag o c’houlen bennoz hon Tad Santel ar Pab. Beza e oant en ho hent var lez ar steir Dourdoun, eun hanter leo euz Landerne. Sellout a reent euz ar vro-ze ken dudiuz, evel ma eo kazi an oll Vreiz-Izel. Nag a veich ive, goude beachou hir ha poaniuz, em euz-me kanet eur ganaouen a louenedigez o tont en dro da va bro, ha diskuizet va daoulagat, neuze digor, gant ar guel euz he genet hag euz he draounienou ker glaz ha koadet ker stank. Derrien ha Neventer a gave-ta kaer ar vro, ha sellout a reent a bep tu, pa veljont euz var zu eur c’hastel, eun denchentil en em deurel er steir. Hanvet oa Elorn ; hag abaoue, ar steir zo hanvet Steir-Elorn. O velet kemense Derrien ha Neventer ne gollont ket amzer ; mont a reont buhan evit he zavetei, hag he denna a reont er meaz. Goulen a reont digantan evit petra a glaske en em veuzi. Elorn a lavaraz dezo e ber gomzou he stad ankenniuz. Aotrounet, emezan, er vro-ma zo eun dragon euzuz a lonk an dud. Ar roue Bristok, zo e chom e Brest, en deuz gourc’hemenet guelout pep sadorn, pe dy a dle ober he vouet d’an dragon. Deuet eo tro va zy kenliez a veich, ma ne choum mui ganen nemet va greg ha va bugel. Kentoc’h evit ho rei da voueta d’an dragon em euz klasket mervel. Derrien, leun a feiz, goude beza komzet d’hen gant nerz euz ar guir religion, a lavaraz : Me lazfe an dragon, mar teufe Elorn da anaout Jesus-Christ ; Elorn a lavaraz na felle ket d’hen kuitaat he zoueou. Ma raffoc’h da viana, eme Derrien, sevel eun iliz d’ar guir Doue hag ober deski d’ho mab lezen Jesus-Christ, e telifren ar vro euz eul loën a ra kement a zrouk. Elorn a lavaraz en dije great kemense.

Neuze an daou varc’hek a ia betek toull an dragon. Gourc’hemen a reont dezan en hano Jesus-Christ dont er meaz. Senti a ra, hag he c’houiban zo ken euzuz ma eo spontet marc’h Derrien. Ar marc’h a lamm hag a ia kuit en eur deurel he vestr d’an douar. Derrien ne goll ket kaloun : ober a ra sin ar groaz, hag e taol he c’houriz en dro da c’houzoug an ærouant. Neuze, o tra souezuz ! Derrien a ro an aneval criz-ze da vap Elorn evit hen kass d’he dad. — Piou na vije ket bet estlammet o velout an dragon renet gant eur bugel. — Mont a ra evel eul loën reiz gant ar c’hrouadur beteg Kastel-Elorn. Ac’hano Derrien ha Neventer hen kass da Vrest evit m’en dije roue Brest hen guelet. Euz a Vrest hen kassont d’ar ger vraz a Dolent evit ma vije guelet ive gant ar roue Jugon a choume er ger-ze. Goude-ze, araok mont d’ho bro, a fellaz dezo laza an dragon. Ober a reont dezan en em deurel er mor en eul lec’h hanvet Pontusvall, pe Pont-beuz-an-aneval, e parrez Plouneour-Trez, e Leon. Elorn a zalc’haz d’ar pez en doa lavaret. Ober a reaz sevel eun iliz, zo breman iliz Plouneventer, ha deski d’he vap lezen Jesus-Christ. He c’hreg en em rentaz kristenez, hag a zavaz en he c’hastel eun iliz brudet dindan an hano a Gastel-Gouel-Forest. He map, hanvet Riek, a ieaz da bidi Doue e kichen ar mor etre Kamelet ha Kraon, pe Crozon, e Kerne, er gerik Sant-Riek.

Ar Vretonet euz a Vro-Saoz, galvet neuze ar Vreiz-Veur, o doa brezel gant ar Saozon. Neuz ket bet atao Saozon e Breiz-Veur, ar bobl ac’hano a gomze brezonek eveldomp-ni, ha be zo c’hoaz enni eur charter e leac’h e komz an dud brezonek. Klevet em euz lavaret ez euz bet er seminer e Kemper beleyen euz ar c’harter-ze euz a vro Saoz hag a gomze brezonek mad. Koulskoude ar Vretonet ne zint mui perc’henn an enez Vreiz-Veur ; ho bro zo bet kemeret gant eur bobl estren. Ar Saozon na zeuaz ket a ben euz ar Vretonet en eun taol, ar brezel a badaz pell braz, hag ar Vretonet tre-mor pa vijent trec’het en eul leac’h a zeue da zilezel ar c’harter-ze hag a zeue da glask eur vro guelloc’h en Armorik, e pelec’h e kavent douarou braz dilœzet neuze e tiazezent hag e savent keriou.

Lavaret a ree guechall hon tud koz Konan Meriadek, deuet aman gant kals tud iaouank euz ar Vreiz-Veur, a oa eun den a zoare hag a galon. Paotret iaouank Breiz-Izel o doa hen goulennet evit ober ar brezel d’ar Romanet ; hag o veza trec’het ar Romanet hag ho c’hasset e meaz euz ar vro, en em lekejont da ioual e vije Konan ho roue. Heman ne gave ket e touez merc’het ar vro eur gristenez evel ma c’hoantee evit pried ; rag ne oa ket c’hoaz kals kristenien er vro. Neket na oa ket merc’het brao e Breiz, ha memes merc’het fur. Beza ez euz merc’het koant enni hag ato a vezo. N’ho doa nemet furnez ar bed, ha Konan a glaske eur furnez kristen. Kass a reaz eta tud da Vreiz-Veur evit goulen da bried dezan eur brinses, unan euz ar re furra hag ar re desketa euz he amzer. Ober a reaz ive goulen merc’het iaouank fur ha kristen evit an dud iaouank a oa deuet gantan e Breiz-Izel. Ursula, e pehini en doa lakeet he c’hoant, e doa kemeret Jesus-Krist evit pried. He zad, roue, a reaz dezi pignat var al lestr a dlie he c’has d’ar Vreiz-Vihan. Uneg mil euz he c’honsortezed a bignaz ive var al listri. Ursula oa ho frinsez. Al listri a zavaz an heor e Londres, pehini zo breman ker-ben Bro-Saoz, Setu aman petra a erruaz.

Ursula e doa pedet ann Aotrou Doue na laoskeje ket eun all nemetan da veza perc’hen euz he c’haloun. He feden oa selaouet. Rag ne oant ket anter hent, ma zavaz eur goal amzer, eun avel ar brassa. An toennou mor a oa spountus ; ar gerniou a dorre hag a goueze an eil var eben. Ar guerc’hezet kez hag ar vartolodet a gave dezo a oa ar mor o vont d’ho lonka, Ursula n’en em glemme na na voele ; ne ree nemet pedi Doue. Lavaret a ree d’he c’honsortozet en em zastume en dro dezi evel ho frinses, kemer caloun, hag esperout en Doue oll galloudek. An avel-vraz na ehane, hag er fin al listri oa taolet var ar c’hereg e kichen an douar, pell euz Breiz. Saveteet a oant oll ; be o doa gallet dont d’an douar. Pa oant deuet d’ar ger a Goloign en Allemagn, an dud euz ar ger-ze, paganet, o velout kement a verc’het koant, a fellaz dezo ho c’haout evit priejou. Ar guerc’hezet, aliet gant santez Ursula, na reent van evit klevout komzou an dud fall-ze ; hag ar re-man direizet, ho lazaz a daoliou kleze. Mantret oe kaloun ar roue Konan hag he duchentil iaouank, o klevout eur sort kelou, ha ret oe dezo kemerout priejou euz a Vreiz. Konan a zemezaz gant Darerea, c’hoar da sant Patriç, abostol euz an enez Irland. Douget oe kals d’ar relijion gristen. Eur skuer vad a oa evit an oll. Dindan eur roue ker mad, an niver euz ar gristenien a greske bemdez. Sebeliet eo bet e Kastel-Paol, en iliz-veur ; guelet em euz eno bez ar roue-man pa oan o studia e Kastel-Paol, pell zo abaoue. Kalz euz bugale ar roue Konan zo bet sent. Unan ebken, Salaün, a joumaz en he lez, hag a oa roue goude he dad, hag a leverer, na laoskaz mui guerza an dud evel loëned, evel ma oa bet ar giz beteg-neuze. Rak, araok an amzer-ze, ar re n’hellent ket pea ho dlee, a vije guerzet da dud estren a zeue gant listri d’ho c’hemer evel marc’hadourez. Daoust d’ar madober-se, an istor a lavar oa bet lazet Salaun gant he zujidi er barrez hanvet breman Lou-Merzer e kichen Landerne.

Setu aze, va zud vad, petra lavar lod a c’hoarvezaz e Breiz er c’henta amzeriou goude donedigez hor Zalver ; ha trugarekaomp an Aotrou Doue hag ar Verc’hez da veza digasset deomp sklerijen ar feiz, heb pehini e vijemp bet atao evel anevalet, oc’h en em verza an eil egile, ha goulennomp a galoun, araok mont da gousket, ma joumo atao ar feiz en hon touez. Evel-ze bezet gret.

Er c’his-ze a aichuaz ar paourkez dall he zanevel kenta.



EIL NOSVEZ
————


E ker a Iz netra nevez, nemet ar festou ve bemdez,
E ker a Iz nemet traou koz, rag ar festou a zo bemnoz.


Erc’h oa kouezet epad an noz, hag an dud euz a Ger-Anna na laoskent ket ar paourkez dall da vont kuit. Peb ozac’h a gomeraz Iann an eil goude egile en he dy. Iann a zeske ar c’hatekiz d’ar vugale vihan en deiz ; ha pa zeue an noz e kounte istor ar Vreiz. En noz-ma-ta an dall koz a gomzaz evellen :

Eur Roue euz a behini an istor a barlant heb douetans eo ar roue Gradlon-Meur, hen oa roue er bro Kerne, hag en doa kemeret evit ker-ben he rouantelez ar ger a Iz.

Plijet gant Doue ober din ar c’hras da lavarout ervad beuzeudigez ar ger a Iz, hi zo bet kastizet gant an Aotrou Doue evel ar c’herriou Sodom ha Gomor. Klevet o peuz aliez komz euz ar ger a Iz, e mor Douarnenez ; ker ken kaer ma lavarer : « Abaoue ar ger a Iz neuz ker par da Bariz. » Kement a duchentilet oa er ger-ze gant ar roue Gradlon-Veur, ma lavarer choaz : « Pemp mantel skarlet ha tri-ugent, heb niver ar re all, a zeue bep sul euz ar ger a Iz d’an offeren da Lanval. » Ar ger a Iz a oa var lez ar mor, ha darn euz an tiez oa savet tre en aod var treujennou guez braz laket doun er mor. Klevet oc’h euz marteze ar vartolodet o lavarout ez euz en Europa, e tu ar sao-heol, eur ger hanvet Venis, pehini zo gret en doare-ze. Ar mor oa kendalc’het e kichen ker gant mogeriou braz, sarret gant doriou, a bere ar roue hebken en doa an alc’huez, hi oa eun alc’huez aour. Hen dougen a ree, stag euz he c’houzoug, evel ma lavar an istor : kaer oa guelet ar roue gant he vantel moug hag he vleo guen kan var he choug, hag he alc’huez aour euz kerc’hen he c’houg.

Ar roue Gradlon, oa o chom er ger a Iz, hen oa eur c’hristen mad. Lavaret a reer e ker na vije bemdez nemet c’hoariou. Eun devez ma oa eur c’hoari emgann eno, oa deuet kals tud estren, eun den iaouank euz ar re huela, ha karet gant ar roue, oa taolet divar he varc’h var an dachen gant kement a nerz ma varvaz var an taol. Sant Guenole, o vont da velet ar roue Gradlon, o veza klevet ar pez oa c’hoarvezet, a ieaz beteg an den iaouank kez-ze. En em daol a reaz var he zaoulin en eur lavaret : Breur, e hano an hini en deuz da grouet, sav en da za. Ker buhan an hini maro a zavaz, hag an oll souezet a veulaz an Doue oll-galloudek.

Sant Guenole, an hini a reaz an dra burzuduz-ze, a oa mab da Fragan, deut euz ar Vreiz-Veur er barrez Ploufragan. Tremen a ree he amzer er beden, o choum gant sant Kaorintin e koat Nevet e kichen Menec’hom, e parrez Ploumodiern. Na iee d’ar guer a Iz nemet pa oa mad evit ar vro. Gradlon-Veur hen gare kals, ha selaou a ree he aliou. Eur veich sant Guenole a zaveteaz ar vro, ha setu ama pe doare : An Normandet, tud a vor ha paganet, na glaskent nemet aour hag arc’hant, hag a zistruje beteg an ilizou, a ziskennaz en amzer-ze e parrez Guik-Seni, e Leon. Eur bugel, o sellet ouz ar mor, a iouaz er chis-man : « Va Doue, me a vel mil guern ! » Sant Guenole, oa neuze e Lesguen, er barrez Plouguen e Leon, — e leac’h ma jom c’hoaz chapel ar maner koz Lezguen, pe Lezven, da lavaret eo, maner guen. (Guen oa hano mam sant Guenole), — a aliaz he dad da vont eneb an Normandet. Mont a reaz ha trec’het oant gantan en eun dachen hanvet Izel-vez, e parrez Plounevez. Eur groaz zo savet e tachen Lanvengat e Guik-Seni, el lec’h m’an doa ar bugel guelet listri an Normandet da genta. Guenole zo bet ive en enez Sizun, e pelec’h em euz guelet va unan ar vorc’h hanvet borc’h Sant-Guenole. Kuitaat a reaz an enez evit mont da Gemper da velout sant Kaorintin, eskop euz ar ger-ze. Sant Kaorintin en doa bet he balez digant ar roue Gradlon evit chomm ennan. Sant Guenole a oa great abad euz eur gouent e Landevenek. Ar roue Gradlon a reaz sevel ar gouent-ze.

Ma oa ar roue Gradlon douget kals d’ar relijion, ma iee kement a duchentilet d’an offeren peb sul, an darn vuia euz an dud er ger a Iz a veve evel paganet, ha ma voa aliez e kichen ar roue eun æl evel sant Guenole, e oa bemdez gantan eun diaoul. Merc’h ar roue, hanvet Dahut, oa unan euz ar re falla, ha skuiza a reaz madelez Doue dre he dizurchou. Eun nozvez-ta oa klevet e ker ar iud spountuz-man : « Laosket ar puns, beuzet ker ! » Piou en doa kemeret an alc’huez ha digoret an noriou euz tu ar mor ? Den ner goar. Neuze a zeuaz eun trouz euzuz evel pa zav ar mor er goal amzer. An dud oa dihunet dre mouez spountuz ar mor ; re zivead oa. Sant Guenole a zeuaz da zihun ar roue : Aotrou, emezan, sav diallen, bas da varc’h, ha kuit a gren ; ema ar mor o redek dreist he lenn. Ar roue a zentaz, hag o kemerout he varc’h, hag he verc’h Dahut a dreon, a reaz kement a diz ma zeue an tan euz he hern. Pegen buhan bennak ma iee, ar mor a zeue buhanoc’h c’hoaz var he lerc’h ; ha glebiet oa treid ar marc’h, pa glevaz ar roue Gradlon eur vouez euz an env, pehini a lavare : « Taol er mor an diaoul divar an dalben ! » Ar roue, spountet, a daolaz en traon he verc’h, hi a gouezaz er mor el lec’h hanvet breman Poul-Dahut.

Evel-ze, a leverer, eo bet beuzet ar c’haëra ker zo bet e Breiz. An dud a oa enni en em roe d’ar vezventi, hag a ree kalz a fallagriez. Bepret e bet lavaret : Ar Vretonet a oar gouzanv gant kaloun peb labour ha peb poan ; o ma c’hellent ive gouzanv ar sec’het ! O utinam possint sic tolerare sitim ! Doue a roaz d’ar vezverien euz ar ger a Iz beteg re da eva.

Aliez oun bet e Landevennek, ha guelet em euz, e va amzer vad, ar mogeriou koz euz kouent sant Guenole. Er gouent-ze a oa bez ar roue Gradlon-Veur oa sebeliet eno : ha guechall ar veleyen euz ar parreziou tosta, evel Sant-Nik, Argol, Telgruk, Dineol ha Krozon, a iee dy peb bloaz da bedi evit repos ene ar roue Gradlon. E parrez Kraon pe Krozon, e kichen Kerbeneon, e veler eur bern bili, bez Rivoalen. Heman oa mab da Gradlon-Veur hag en deuz gouarnet bro Krozon ha great lezennou dezi. Evel-ze kement hini a dremen dre Vreiz a hell guelout e pep lec’h testeni euz ar pez zo c’hoarveet enni.

Landevennek, ar sonj euz da amzer tremenet a zo trist evel ar mogeriou distrujet euz da abaty, e pelec’h ne gaver mui nemet drez ha spern var bez ar roue Gradlon-Meur ! An douar a vresser dindan an treid en da iliz a zo santel ! Nag a venec’h leun a zantelez o deuz bevet hag a zo douaret e Landevennek : sant Guenole, sant Guenaël, sant Riok, sant Deï, sant Konogan, sant Morbret, sant Ydunet, sant Gozian hag eun niver braz a re all. An aotrou Iann Langoueznou, maro santelamant er bloavez 1359 pe var dro.

Mogueriou an abaty a zo breman dizoloët ha kempennet dre sourci an Aotrou kondt de Chaluz.

An hini a sell a beb tu euz an abaty hag a zalc’h he zaoulagad var ar mor, a c’hleb aochou al lec’hik dudiuz-ze, a zant he galon douget d’ar beden ha d’an orœson ; ha n’en em souez ket m’an deuz bet abat Landevennek komposet ar c’han latin kaer evit soulajamant an eneou euz ar Purgator : Languentibus in Purgatorio. Evit derc’hel sonch euz ar mirakl erruet e kichen Lesneven euz bet savet tost da Landevennek eur chapel dindan hano an Intron-Varia ar Folgoat, evel ma zaver e peb leac’h chapeliou dindan hano ar Verc’hez ar Salet. Ar re na ouezont ket an istor euz ar Vreiz, ha ne deo ket studiet avoalc’h, o deuz sonjet en doa bevet Salaün e kichen Landevennek. Cetu petra lavar var gement-ze abat Landevennek he unan : « Salaün oa eur paourkez innosant a glaske an aluzen er c’herriou tost da Lesneven : Me va unan, eme Iann Langoueznou, em euz guelet ar mirakl (eur fleurdelizen a zeue euz al leac’h ma oa douaret Salaün ha var he deliou oa merket e lizerennou aour : Ave Maria). Gret em euz e latin eur c’hantik evit soulajamant eneou ar Purgator, enni meuz skrivet c’huec’h gueich : o Maria ! o Maria ! hag a zo kanet brema e va abaty Landevennek hag er c’houenchou stag outy. »

Divar ben ar roue Gradlon em euz klevet c’hoaz e oa eun devez e koat Nevet gant kals a noblanç. En em gavout a reaz var dro kreizde el lec’h ma joume sant Kaorintin. Ar sant n’en doa da ginnik d’ar roue nemet dour hag eur pesk bihan : troc’hi a reaz dezan al lost, hag hen roaz da keginour ar roue evintan hag he duchentilet. Ar c’heginour oa goal souezet o velout ken neubeut evit kement a dud. Senti a reaz koulskoude euz sant Kaorintin hag a lakeaz lost ar peskik da boaza. O tra burzuduz ! Lost ar pesk a zeuaz braz avoalc’h evit terri ho naon dezo oll. Eul Leoniard diskredig pe inkredul, a fellaz dezan guelout ar pesk burzuduz-ze a veve e feunteun sant Kaorintin, hag a oa choumet beo en despet ma oa troc’het he lost dezan, ha troc’hi a reaz he unan eun tam euz ar pesk. Evit punissa an den kurius, ar pesk a zisparissaz, hag abaoue n’er gueler mui o redek ebarz ar feunteun. Evel-ze a ree an Aotrou Doue burzudou evit ma vije kresket ar feiz en hor bro. Ra vezo meulet da viken.



TEIRVED NOSVEZ
————


Bagad Arzur e goaran eo, Arzur araok lein ar meneo,
Mar ma Arzur an hini eo, prim d’hor goarek ha d’hor goal veo.
(Barzaz-Breiz).

Evel m’euz lavaret deoc’h c’hoaz, neuz ket bet atao Saozon en enez a Vro-Saoz. Pa oa an enez-ze d’ar Vretonet, re ar vro-man ha re an enez a dreuze aliez ar mor evit mont euz an eil vro d’eben : hag aveichou e vije dimizi etrezo. En amzer ta ma oa Audren roue er vro-man, arc’heskop an enez a zeuaz da c’houl sikour digantan evit he genvroiz. Audren a zalc’he he lez e Kastel-Audren. An hini a dremen breman dre ar ger-ze, a lavarfe, oc’h he guelout, e toug kaon d’ar rouaned Breiz, ha na hello ket kridi e ve bet palez rouaned enni. Biskoaz ne oa guelet eun dra truezussoc’h eget na zigouezaz en amzer ma lavaromp. An arc’heskop, deuet e Breiz gant ar re genta euz an enez, en em daolaz e treid ar roue, hag a gomzas evellen : « Aotrou roue, emezan, ha c’hui oll Bretonet hor breudeur, c’hui a ell hirvoudi ha gouela ganeomp ; rag ni ho preudeur a souffr an oll boaniou. Hor parkeier zo dilezet ; n’hon euz da zibri nemet loenet ar c’hoajou. Neuz mui en hon touez denchentil ebet evit hon difen. Heuliet o doa oll ho roue Konan-Meriadek pa zeuaz er vro-man. Ar Saozon a ra beac’h varnomp. Klask a reont kemer hor bro muia karet. Na hellomp beza sikouret nemet ganeoc’h. Kempennit-ta ho listri ha deuit d’hon difen. Lakat a ran etre ho taouarn rouantelez ar Vreiz-Vraz. »

Mantret oa kaloun ar roue Audren o klevet komzou ken truezuz. Araok lavarout he gomz diveza, e kemeraz kuzul digant ar re goz, hag ar re furra euz an duchentilet, da lavaret eo an noblanç. Ar re-man a felle dezo e vije sikouret ho breudeur euz ar Vreiz-Veur. Na oa ket permetet d’ar roue kuitaat ar vro, Konstantin he vreur iaouank oa kaset da sikour Bretonet an enez gant daou vil den, avoalc’h oa evel-ze evit ar brezel-ze, rag tud a galoun avoalc’h oa en enez ; ne vanke nemet eur roue d’ho c’hass d’ar gombat. Ar vro oa partajet etre daouzek mil rum a dud, den na n’em gleve. Konstantin a lakeaz urz vad en ho zouez hag a drec’haz ar Saozon. Epad ma vevaz, an enez a joumaz e peoc’h hag ar bobl en em gave eürus. Doue, koulskoude, a felle dezan kastia ar bobl-ze, hervez ma rapport sant Veltaz, tenn a ree varnezan malloz an env dre eur vuhez dirollet.

Evel-ze, goude maro Konstantin, eun den fall hanvet Vortijern a gemeraz ar rouantelez ; hag evel ma ouie ne oa ket karet gant ar Vretonet a c’hortoze evit he gass kuit ma vije deuet en oad daou vab Konstantin, Aurel-Ambroaz hag Uter-Pendragon, klaskout a reaz sikour an dud estren. Milliget an hini a c’halv hag a zigemer enebour he vam-bro ! O devez a c’hlac’har pa oe ar mor goloet en dro d’an enez gant listri hon enemiet a viskoaz, ar Saozon ! Hanjist hag Horsa oa an daou kenta euz ar Saozon-ze da bere Vortijern a roaz douar evit sevel keriou ha beva er Vreiz-Vraz deuet evel-ze neubeut goude Bro-Saoz pe Bro ar Saozon. Vortijern na gave ket c’hoaz beza gret droug avoalc’h d’he vro. Dimizi a reaz gant Rovina, merc’h d’ar Saoz Hanjist. Kouls-koude Vortimor, mab ar roue fall-ze, oa a du gant ar Vretonet a enep ar Saozon. Rovina a reaz he lakat d’ar maro ; diveza komz Vortimor oa eur gomz a garantez evit he vro ; ha goulen a reaz beza sebeliet e kichen ar mor, evit ma teuje c’hoaz goude he varo da spounta enemiet ar vro.

Vortimor ne oa ket an diveza euz ar Vretoned laket d’ar maro dre dreitourach ; Hanjist a reaz laza en eul lein, goude beza ho fedet, tri c’hant Breton. Al lec’h ma oant sebeliet a veler c’hoaz e Bro-Saoz, hag a zo galvet gant ar Saozon Stone-Henje. O Breiz, ar goad euz da vugale a reaz did beza saveteet eur veich c’hoaz. Vortijern, dileset eo he bobl, a zo en em dennet en eun tour huel var bord ar mor. Ac’hano, evel m’en doa diskleriet dezan ar barz Marzin, pe Merlin, a hell guelout al listri euz a Vreiz-Izel enho ambarket Aurel-Ambroaz, hag Uter-Pendragon, ar rouanet iaouank gortoet keit amzer oa. Ar roue fall zo diskaret hag ar Saozon kasset kuit. Breiz-Veur zo saveteet.

Arzur, pe Arthur, ar roue ker brudet euz an enez a Vreiz, a oa mab da Bendragon. D’an oad a bemzek vloaz en doa gounezet ar viktor var ar Saozon. He gleze, galvet gantan Eskalibar, a luie kement en he zaouarn ma lakee ar spount e kaloun an enemiet. Gounit a reaz an oll enez en dro, hag evit diskuez he c’halloud, e touge stag euz he vrec’h eur skoet merket enhi trizek kurunen aour. Assamblez gant Arthur en em gave aliez Rivoal, pe Hoël, roue euz ar Vreiz-Armorik, hano ar vro-man. Kar tost a oa da Arthur, ho daou oant estimet dibermet evit ar gombat. Ouspenn-ze Rivoal oa brudet ive evit beza gret d’he vro lezennou mad.

En amzer-ze oa c’hoariou hag ebatou e kastel Gouel-ar-C’hoad, pe Gouel-Forest, e kichen Landerne. Eno a zeue eur veich an amzer ar roue Arthur hag an duchentilet euz ar vro, evel Tristan, mab ar c’hondt a Leon, Karadok ar vrec’h vraz, Lancelot, mab Bonigel, ar roue a Dolent. Heman a leverer, o veza kollet he dad, oa maget e gouelet eul loc’h gant Morgan ar c’horrigez. Ar rouanez Guenaran, greg Arthur ha merc’het euz ar re genta, a dremene ive er c’hastel-ze deveziou implijet en ebatou hag er c’hoariou.

Koulskoude Rivoal hag Arthur ne ankounec’heent ket ho rouantelez. Arthur en doa atao da zifen he vro enep al listri Saozon, ha galvout a ree an oll tud kalounek euz a bep lec’h en he ger a Guerleon. Ar barz Marzin a aliaz ar roue da glask an dud kalounek euz a beb bro hag ober anezo marc’herien : eur marc’hek oa eun den a vrezel, eur soudard vaillant a dlee difen beteg ar maro he relijion, he vro, he roue, ar vinoret, an intanvezet ha beza a unan an eil gant egile. Dastum a reaz ta er ger a Keramalo ar guella baotret eur an diou Vreiz gant tuchentilet a bep bro. Ho guiskamant houarn oa lakeet ganto var eun daol-men rond ; sant Koulm ho bennigaz, a bep hini anezo a douaz beza marc’hek mad ha leal ; hag o veza galvet teir gueich ar Verc’hez Vari, mont a rezont d’ar brezel. Eno oa Rivoal, Arthur, Mordred, Goven, Karadok, Tristan, Lancelot, Perseval ha kals a re all brudet e peb bro.

O va bro ! e peb lec’h e vije komzet neuze ouz da vugale gant ar brassa doujans, gant souez, gant admiration ! Ouspen da varc’herien, oa brudet ive da varzeet, ha dreist-oll Marzin ar barz a skiant vraz. Desket oa bet en enez Mona gant ar re ziveza euz an Druzet, hag e oa deuet gouiziek en ho skianchou ; gant Koulm er greaz gouiek e skianchou an Ee. Na helfen ket aichui en noz-man, ma teufen da lavaret deoc’h an oll histor euz Merlin an divinour. Hen a leverer, a ouie an oll draou kuzet, ha skrivet en deuz ar pez a erruaz, hag aveichou ar pez oa da erruout. Be zo muioc’h c’hoaz ; rag klevet em euz lavarout Marzin, pe Merlin, zo atao beo, ema — kridit mar kirit — en eur bez e koat Brocilian, ha ne ouzer ket an amzer ma vo digoret dezan he vez. Ia, kousket eo Marzin ; na glever mui he vouez o tiskleria ho riskl d’he genvroiz ker. Koulskoude ar Vreiziz he c’hortoz c’hoaz, hag o deuz kredet e oa dihunet pa o deuz klevet, eun neubeut bloaveziou zo, moueziou douç o kana meuleudiou ar vro [1]. Arthur ive zo kousket, petra bennag ma eo bet skoet gant he niz Mordred an traitour. Ne oa guelet mui er bed ; ar Vretoned a c’hed anezan ive, ha peb kaloun a lavar : « Pedavare a zeui da zihun Arthur-ar-Braz, ha da gemerout he gleze mad Eskalibar ? — Galv da Vretoned, hag e teuint en dro did ! »

Setu aze, va zud vad, istor kaer Arthur ha Rivoal. Deuomp breman da veuli an Aotrou Doue araok mont da gousket.



PEDERVET NOSVEZ
————


Paol a Leon kerz alesse, gourc’hemenet gant Doue,
Evit savetei da ene, mont da jom e douar Kerne.


Neket dre ar brezel hebken oa douget e peb lec’h hano ar Vretonet, be oant ivez ar c’henta skolaerien euz ar bed. En amzer-ze ne oa ket eur skol ker brudet evel hini sant Iltud, en eul loden euz ar Vreiz-Veur galvet ar Glamorgan ; hag en oll gouenchou euz an diou Vreiz e vije desket an oll skianchou, ken re sakr ken re ar bed. Piou a hello lavarout mad avoalc’h pegen desket a oa an dud iaouank eno ? Pedavare a vo kavet eur seminer evel hini sant Iltud ? Euz ar skol-ze e deuet er vro-man sant Samson, sant Veltaz, sant Paol a Leon. Eno oa bet desket daou vab ar roue Rivoal, sant Pabu pe Tugdual, ha sant Lenor. Hag a hellin-me, paour-kez dall, gant ken neubeut a skiant, komz deoc’h euz a eskibien ker gouiziek, bet evel steret ar vro-man ? Ouspen meuleudiou Doue, a vije klevet e peb lec’h euz an diou Vreiz hag a ree estlam ar broiou all, e oa ive brudet mad e peb lec’h Arthur, Rivoalen, ar marc’herien pe soudardet kalounek, ha dreist pep tra Merlin an divinour ha Thaliessin, mab Onys. Rag an daou-man o deuz great guerziou kaer oa meulet gant an oll.

Deveziou a voalheur a gouezaz var an enez a Vreiz. Ar Saozon zo erruet gant eun niver spountuz a listri. An ilizou ar chouenchou zo diskaret ; e skol sant Iltud ne veler mui an niver braz euz he ziskibien. E lec’h ma oa guelet araok Samson, Maglor ha Pol o pourmen var an aod, hag o komz eno euz a Zoue, ne veler mui nemet al lapousset mor en em velc’hi pe o c’hlebia beg ho diouaskel en eon euz an toennou. Elec’h moueziou dudiuz ar venec’h, ne glever mui nemet iud ar morvrini hag ar gueleni ; rag deuet oa an amzer ker poanius evit an enez a Vreiz ha ken euruz evit ar vro-man. An oll dud pinvidik ha gouiziek a bignaz var listri evit dont e Breiz-Izel. Neuze a erruaz aman, Seva hag eun nombr braz a venec’h ; douari a rejont en enezen Kermorvan, e parrez Ploumoger. Sant Pabu a zeuaz er ger a Osismor, galvet breman Kastel-Paol, evit goull grad ar c’hondt a Leon da sevel eur gouent el lec’h hanvet breman Trebabu, var dro 520.

Pa oe klevet a oa deuet mab Rivoal-ar-Braz en he vro, he zaou vreur a zeuaz gant joa d’he zigemer. Deroc’h, kondt Guenet, hanvet ive Gueroc’h pe Erech, he gunduaz en he balez e pelec’h ar roue Rivoal II a zeuaz d’he velet. Neuze c’hoaz, en eun devez kaer meurbet evit bro Leon, oe digemeret e Osismor sant Pol, eskop Guikastel, hen, goude beza tremenet tri bloaz en enez Eussaff, a zouaraz e Kernik, e parrez Plounevez. Sant Jaoua a oe taolet grant eur bar-avel dreist mor Brest e steir ar Faou.

Sant Philibert, eur maread goudeze, a zouaraz e beg Rostudel. Renta a reas kristenien mad an tud a jome eno, hag a oa neuze paganet ; el lec’h ma zeo breman parrez mad Krozon pe Kraon, kichen Brest. Douar Krozon, ken dizolo breman, a oa neuze kasi goloët a wez dero, eno a oa ive eun iliz d’an Druzet. Guelet a reer c’hoaz menhir ha dolmen aleiz e Krozon hag e Kamelet. Sant Philibert en doa c’hoant da vont larkoc’h da brezeg an aviel ; hag araok guitaat ar Grozonis e roaz ar velegiach da Hernot, den iaouank euz ar vro, oajet a eur bloaz varn-ugent, hag hen c’hargaz da labourat da silvidigez he genvroiz. Kement a breder a gemeraz d’ho renta kristenien vad, ma savjont dezan eur japel evit he enori hag he bedi goude he varo. Pedennou kristenien vad Krozon a zo atao selaouet gant sant Hernot. Sant Philibert ne ket dizonjet kenneubeut gant Krozoniz ; savet zo ive dezan eur japelic elec’h ma zireder evit beza pareet euz certen klenvejou. Lenn a reer ive an aviel sant Iann eno da eur maread bugale vihan.

Breiz huel a zigemeraz ive neuze sant Samson hag he niz sant Meen. Sant Veltaz ha Thaliessin, mab Onys, en em dennaz en eneziou euz ar Morbihan, ha sant Malo a zeuaz er ger a Aleth. Sant Luner, mab Rivoal-ar-Braz, a zeuaz e Pontual gant he vreudeur a oa neuze mignonet. Ho c’harantez an eil evit egile ne badaz ket pell. Komor, unan anezo, en doa bet Kerne evit he lod, ha c’hoantaat a ree ouspen kaout lod ar re all ; hag evit-ze eo reaz laza Rivoal, hanvet ive Jona Reith, he vreur hag he roue, gant Budik, eur breur all dezan. Klaskout a reas ive laza he nis Alan, pe Judual ; mez an diaoul, en doa kemeret evit he vestr, neket galloudek dirag Doue. Sant Luner, o klevout oa maro he vreur Rivoal II, a zeuaz d’he balez hag a gemeraz he nis evit he gundui da balez ar roue a Frans. Komor, leun a fulor, a ieaz da dy he vreur hag a c’houlennaz digantan he nis, ma na felle he unan beza lakeet d’ar maro. Sant Luner na reaz dezan respount ebet, en em gontanti a reaz da ziskuez al lestr, gant he lien guen en avel, a gasse da lez ar roue a Frans ar guir roue a Vreiz.

En amzer-ze, evel ma leverer, sant Paol a drec’haz eun dragon euzuz, a ree distruj er vro en dro da Osismor. Den na grede mont gant sant Pol beteg toull an dragon, nemet eun den iaouank euz a barrez Kleder, hanvet abaoue Kergournadec’h ; ouz ar famill-se eo bet lavaret : « Araok ne oa aotrou e nep lec’h oa eur marc’hek e Kergounadec’h. » Ha c’hoaz : « Mar ezoc’h euz Kergounadec’h, savit ho pen d’an ec’h. » Sant Pol oa gret eskob a Leon, hag o velout ne oa ket ar roue er vro, mont a reaz d’he glask beteg lez ar roue a Frans e pelec’h Judual he zigemeraz gant kalz a garantez. Sant Pabu, eskop Landreger, a oa deuet eno ive evit guelout e nis ker. Evel ma na ouie ket ar gallek na elle ket komz gant ar Francisien nemet e latin. Judual a gomze gant he yountr e brezonek ; rag eun den euz a Vreiz na glaske ket neuze disonjeal he vrezonek.

Pa zeuaz sant Pol en dro en he eskopti, e reaz sevel kouenchou : unan en enez Vaz, eun all e parrez Kerlouan, unan e Plougar hag eun all c’hoaz e Lampol. Epad ma oa sant Pol o sevel ar c’houenchou-ze, eun den iaouank, hanvet Gurguy, a zeuaz d’he gavout evit goulen digantan pinijen abalamour da eur muntr en doa gret nevez oa. Gurguy a oa mab d’an aotrou euz a gastel Tremazan, e parrez Landunvez, e bro Leon. An aotrou-ze, hanvet Galon, a oa demezet da Florença, unan euz ar guella itrounezet euz he amzer. Bed o oa daou grouadur, eur paotr hanvet Gurguy hag eur verc’h hanvet Eodez. Ho mam a varvaz pa oant c’hoaz iaouank. Galon, ho zad, a gemeraz evit eil pried eun introun euz an enez a Vreiz, hag hi heretik. Houman a voal-gassaz an daou grouadur. Gurguy na choumaz ket pell ganti, rag kasset a voe gant he dad da lez ar roue a Frans, pe Bro-C’hall, da heul Judual he roue. Eno a zeuaz da veza brudet, ha karet a oe gant ar roue. Evit Eodez, beva a ree evel eur zantes. Be en devoa a bep seurt dismegans da zouffr gant ha lez-vam. Houman a ree dezi labourat evel eur vatez. Gurguy o veza deuet da Dremazan da velout he dad hag he c’hoar, n’en doa ket guelet pell a oa, na gavaz en ty nemet he lez-vam. Hi a lavaraz dezan kals a draou fall var ben he c’hoar Eodez, na hell mui choum e ty he zad, emezi. An den iaouank, direizet gant ar c’helou-ze, a redaz beteg al lec’h ma oa lavaret dezan a oa he choar. Houman, spountet o velout eun den iaouank o redek var zu dezi, a dec’haz dirazan. Gurguy a gredaz neuze a voa dre ar vez euz he buhez dibordet e tec’he he c’hoar ; hag o tont diskiant gant ar glac’har, a roaz dezi eun taol kleze hag hen dibennaz.

Spountet dre he voal-ober, Gurguy a redaz da gaout he dad, hag o veza klevet gant an oll peger santel oa he c’hoar, ha pegement he doa bet gouzanvet gant he lez-vam, a zeuaz da veza mantret he galoun. Pa voant oll o vouela var maro ar santez, a leverer, tra souezuz, e oa guelet Eodez o tont er zall e Tremazan gant he fen en he dorn. Komz a reaz d’he breur dre gaer, hag o veza gret aliou mad dezan, a varvaz gant he sakramanchou. He lez-vam a oa lazet deoc’h-tu gant eun taol kurun. Neuze a zeuaz Gurguy da Gastel-Paol evit kovez he bec’het, hag o veza gret ar binijen roet dezan gant sant Pol, e teuaz adarre d’he gaout evit goulen digantan hen digemer etouez he venec’h. Pa zeuaz Gurguy da zall an eskop, el lec’h ma oa sant Pol gant c’huec’h bælek, an dud eno a oa souezet o velout en dro da ben Gurguy eur gurunen tan. Deuz an dra-ze a reaz sant Pol dezan an hano a Danguy, ha rei a reaz dezan da c’houarn eur gouent nevez savet e Lou-Maze an traon, evit digemer relegou sant Vaze digasset dy gant martolodet euz ar vro-man, o tont euz an Egypt.

Abbaty sant Vaze zo bet savet en eul lec’h gouez ha dishenvel euz al lec’h kaer ha dudiuz ma oa savet abbaty Landevennek. Abbaty sant Vaze oe savet evit c’huec’h manac’h. Daou euz ho dadou abbat oe hanvet : Palud ; an aotrou Robien oe an diveza euz he abbaded.

Dont a reaz neuze da sant Pol ar c’helou deuz ar pez oa c’hoarvezet, nevez oa er Faou. Sant Jaoua, he nis, a oa bet var ar poent da goll he vuhez. Person Braspartz a oa, hag o veza eun devez en eun ilis gant abbat Landevennek hag eur manac’h all o lavarout an offeren, an aotrou euz ar Faou, ha ne oa ket kristen, o tont en iliz e kreiz an offeren, en amzer ma lavare a bælek : Nobis quoque peccatoribus, a dennaz var abbat Landevennek hag he lazaz gant eun all. Sant Jaoua a hellaz savetei he vuhez hag en em dennaz en he barrez Braspartz. Doue a gastiaz tud ar Faou evit eur seurt torfet hag a zigassaz dezo goalheuriou. Tud ar Faou a bedaz sant Pol da zont en ho zouez. Sant Pol a zeuaz dy gant sant Jaoua. O veza prezeget d’ar bobl, a rejont ar vadiziant d’an aotrou ar Faou, hy a lavarjont dezan sevel eur gouent var al lec’h ma en doa lazet an daou vanac’h, kouent galvet abalamour d’an dra-ze, Daoulaz. Sant Jaoua oa gret abbat euz ar manaty-ze. Ar c’houenchou pe manatiou euz an amzer-ze, savet e peb tu er vro, a oa digor ato d’an dud paour, d’ar veaichourien. Eno vije gret skol evit netra d’ar vugale, e vije kemeret evez euz an dud klan. Ar paourkez, ha n’en deuz na guele na ty, a elfe c’hoaz kaout eno eul lec’h da gousket, ma na vijent bet oll dizmantret.




PEMPET NOSVEZ
————


Cetu dirazoun al lannec braz, ar steriou doun
Ar men-hir, ar peulvan, hag al langaich ar c’hosa euz ar bed.

Lavaret em euz deoc’h Komor, ar c’hondt a Gerne, a oa deuet da veza roue e Breiz, o laza daou euz he vreudeur. Breudeur en doa c’hoaz, ha na grede choum e peoc’h keit a ma vijent beo. Makliau, e vreur iaouanka, o c’houzout a c’hoantee Komor he varo, en em dennaz e ty ar c’hondt a Leon. Komor a c’houlennaz he vreur digant ar chondt-ze : Heman ne oa ket galloudek avoalc’h evit derc’hel pen d’ar roue Komor, ha koulskoude na felle ket dezan koll an ini oa deuet d’en em lakaat gant fizianz etre he zaouarn, neuze a reaz van e vije maro ar prins Makliau. Ober a reaz sevel dezan eur bez kaer e lec’h ma oa lakeet e beo, hag a oa kasset dezan, eno, da zibri ha da eva dre eun toullik gret evit ma elje ar prinç tenna æz he alan. Diskuez a reaz ar bez da gannadou (pe ambassadourien) ar roue hag a lavaraz dezo : Ar prins a glaskit a zo maro ; setu aman ar bez ma eo bet lakeet. Ar reman, laouen braz euz ar c’helou-ze, n’o doa ket a vez da zibri ho lein var men ar bez evel var eun daol. Goude ma oa eet ar gannadou kuit, ar c’hondt a Leon a reaz digori ar bez da Vakliau, heman en em rentaz manac’h.

Komor oa kriz evit an dud euz he rouantelez. An eskibien hag ar venec’h santel a reaz ho gallout evit hen renta guelloc’h ; hag a veichou a ree van d’ho selaou. Digemeret en doa mad sant Veltaz ; ar sant a felle d’hen en distrei ouz Doue, hag a iee aliez d’he velout.

Komor ne oa ket euz voen ar rouanet, be oa kondt Poher, eul loden euz a Gerne, el lec’h e ma Keraez ; ober a ree beac’h d’ar c’hondt a Leon ha d’an oll Vreiz, rag Judual o veza iaouank flam, en doa renket tec’hout dirazan e lez ar roue Childebert, evel hon euz lavaret deoc’h kent.

Komor a c’hoantee dreist-voder kaout da bried he nizez Tryphina, merc’h d’he vreur Gueroc’h, kondt a Venet. Pedi a reaz sant Veltaz d’he goulen evitan digant he zad. Sant Veltaz a ouie pegen kristen mad oa ar c’hondt a Venet, ha pegen santel oa buhez santez Tryphina, kridi a reaz e teuje marteze ar brinses vad-man da deneraad kaloun Komor. Var ar zonch-ze e reaz kement, ma roaz Gueroc’h he c’hrad da zimizi he verc’h muia karet gant ar muntrer-ze. Braz oa al laouenidizez e bro Kerne pa zeuaz ar brinses iaouank eno. Komor a zeuaz reissoc’h evit kent, ha ne oa mui guelet kement a dud krouget en dro d’he gastel. Karantezuz oa memez evit he bried ; koulskoude Tryphina na helle kaout joa ebet, aoun e doa dirak Komor : he liou oa fall evel ma vije o vont da vervel. Eun devez, Komor a gavaz he c’hreg oc’h ober eur bonet voulouz gant dantelez arc’hant evel ma ve lakeet var pennik ar vugaligou ; sellout a reaz ouz he c’hreg ken du ma krenaz Tryphina euz he oll izili. Komor a zeuaz e meaz evel eun den diskiant, rag klevet en doa e vije lazet gant he vab hena, ha lavaret a ree an dud en doa bet seiz greg, en doa lazet an eil goude eben. Tryphina-ta a ouie an dra-ze, o veza tremenet diou pe deir heur en oresoun evit goull digant Doue he zikour-vad, a guitaaz kastel Komor hag a gemeraz en eur redek hent Guenet. Deuet a oa tost d’ar ger a Venet pa zigouezaz ganti he goaz Komor. Lavaret a reer a droc’haz he fen dezi gant eun taol kleze.

Pa zeuas he faourkez tad Gueroc’h, klevet gantan an torfed gant tud ar brinses, ar chorf oe kavet e touez an drez. Sant Veltaz oa galvet deoc’h-tu ; pedi a reaz eun neubeut amzer e kichen ar guele ma oa astennet ar c’horf maro, ha rei a reaz dezi adarre ar vuhez. Ar vrud euz torfejou Komor oa neuze savet ken huel, ma n’em zastumaz eskibien Breiz var ar Menez-Bre, evit dougen varnezan an anaoue pe eskommunikation a zispartiaz Komor euz a douez ar gristenien. Hag o veza taolet eun dournad poultr var he gastel, ar mogeriou, a leverer, a gouezaz en traoun, ha Komor oa goloet gant ar vein. Eno oa sant Pol a Leon, sant Samson, arc’heskop Dol, sant Felix, eskop a Naonet, sant Veltaz ha kals a re all.

Ar roue iaouank Judual a oa deuet en oad, an eskibien hag an dud vraz he c‘halvaz da zont er vro. Sant Samson a reaz ar veaich, ken hir neuze, euz a Vreiz da Baris evit mont d’he glask. Pa oa displeget er vro baniel ar guir roue, a teuaz tud euz a bep tu euz an Armorik evit heulia Judual. Komor, o velout kement a dud gant he nis, a gemeraz spount hag a c’halvaz, d’he du, an Normandet, tud kriz ha laeroun, o doa kasset ho listri beteg an enez Tristan, e kichen Douarnenez. Ar gombat a oa e parrez Ploneour-Menez, kichen ar meneziou, tost d’ar Relek ; padout a reaz tri devez. Sant Samson na heanas da bedi Doue da rei ar viktor da Judual ha d’ar Vreiz var an dud estren.

Hag e guirionez gounit a rezont, ha Judual na laoskaaz gant he yontr nemet lod euz ar Vreiz.

Pa oe anavezet Judual pe Alan kenta evit Roue a uz ar brinset all e Breiz, ar vro a zeuaz krenv hag eüruz ; rag kaout eur mestr hebken da c’houarn a zo mad evit eur vro. Eur rouantelez a dlee beza evel eur famill, eun tyad tud, elec’h ma zent ann oll euz an tad. Eüruz ar vro a gemer he Roue pe he Rener evel eun tad. Doue a ro graçou braz d’an dud kristen a zo e karg, ha seulvui int savet huel evit mad ar re all, seulvui Doue a ro dezo sklerijen evit ren ar bobl. Er broiou hag en tyadou en em gav sperejou orgouilluz a gav diez senti ; ha setu ar vammen euz ar brezeliou, an dizurchou, ar revolutionnou pe dispac’h etre an dud euz ar memez bro.

Kramn, mab ar roue a Frans, o veza en em revoltet a enep he dad, a zeuaz da gavout Konober, pe Kanao, kondt Guenet, mab da Erech I, heman hen digemeraz mad hag a reaz gantan brezel d’ar roue a Frans, unanet gant ar roue Judual, pe Alan kenta, a gouezont varnezo. Kramn, trec’het, en em dennaz goude ar gombat en eun ty bihan var ar meaz gant he c’hreg hag he vugale gez. Ar roue a Frans, oc’h hen klevout, a reaz, o krisder ! he staga gant he dud var banken an ty, ha lakaat an tan en ty evit ho devi beo ! Traou evellen zo gouest da lakaat sevel ar bleo var pen ar re ho selaou koulz hag ar re ho lavar d’ar re all. Var dro 579, a veve er Bro-Erech, ar c’hondt Waroch, pe Gueroc’h, pe Erech II, lezhanvet Karadok ar breac’h braz, en deuz roet he hano d’ar Vro-Guenet, pe Bro-Erech. Gounezet a reaz eur viktor vraz var ar Francisien, oa henchet gant Beppolen hag Ebraker, letanant ar roue Gontran, er bloavez 590. Komz a reer c’hoaz euz Konober, kondt Roazon ha Naonet, en dije gounezet eur viktor e 587, e kichen Messak, var ar Francisien ive.

An Normandet, tud heb feiz ebet, a dreuze an oll moriou evit dont da voasta ar broiou kristen ha da zismantr ho ilisou, ho c’houenchou, evit kemer an aour hag an traou precius en em gave eno, hag a gemere ivez al loenet hag an dud pa n’ho lazent ket ; douaret a oant en amzer-ze dirag Plouider er run Even, e Leon. Ar chondt a Leon oa neuze Even, a joume er ger a zoug c’hoaz he hano, da lavaret eo Lesneven.

Eur spount braz oa er vro ; Even a reaz dastum oll dud ar c’harter ; araok mont d’ar gombat, mont a reaz da gavout eur manac’h santel, hanvet Goulven, ginidik euz maner Odena, e Plouider. O veza klevet gant ar zant e roje Doue dezan ar viktor, e teuaz laouen da boursui an Normandet en em denne d’ho listri gant ar pez o doa laeret. Even a zeuaz etre an douar hag an aod, ha laza a reaz an oll Normandet ne oant ket c’hoaz pignet var ho listri. Even viktorius a zeuaz en dro e Lesneven, gant an dud, al loenet hag an traou a oa bet laeret gant an Normandet. Great oe eur pred braz evit ar re a oa bet er gombat : araok dibri netra, Even a fellaz dezan mont da drugarekaat sant Goulven ; roi a reaz dezan douar evit sevel eur gouent el lec’h Kermaden. Evel-ze e tiskueze neuze ar brinset ho doujans vraz evit Doue.

Bez e oa e Breiz araog ar Revolution pe an dizpac’h braz, daouzek abbaty menec’h evel an aotrou’n eskop dom Anselm Nouvel ; pevarzek abbaty menec’h, bugale sant Bernard ; ha pemp abbaty leanezet euz an hevelep urziou. Kals kouenchou gouarnet gant peb abbat a c’holoe ar vro el lec’h ma reent peb seurt mad hag e pedent Doue noz ha de da skuilla he drugarez var ar Vretonet.

— Nag a c’houenchou aa neuze e Breiz, a lavaraz ar skolaër iaouank da Iann an dall ; ha ne oa ket re anezo ?

— Va mab, a respontas an den koz, n’euz ket re a dud vad er bed ; morse na vo re a dud santel.

— Hag a sonjit n’euz ket a dud santel er bed koulz hag er gouenchou, eme eur plac’h iaouank d’he zro ?

— Va merc’h, a respontas Iann an dall en eur vousc’hoarzin, neubeut a dud santel a zo er bed ; kalz o deuz da stourm e kreiz ar bed evit en em savetei. Æz eo beva santelamant er c’houenchou da nep a heul ar reglen, ken æz eo eno en em savetei evel maz eo diæz en ober e kreiz ar bed. Savet eo ar c’houenchou hag evit silvidigez ar venec’h hag al leanezet, hag evit silvidigez ar re a zo chomet er bed. Al lean hag al leanez, peb hini en he c’houent, a ren eur vuhez glan ha divlam ; ten a reont bennoz Doue var ho zud hag ho c’henvroïz. Ouspen-ze, pedi a reont evit ar bec’herien hag ober a reont pinijennou rust evit ma tistroïnt ouz Doue. Kalz a zo saveteet dre ho fedennou hag aliez soken a brokuront silvidigez ar re ho deuz disprijet ha presekutet anezo. Hi o deuz lakeet da dalvout kalz parkeier dilæzet, goloet a drez hag a spern ! Nag a skridou kaër, a leoriou mad o deuz gret ! Nag a dud klan o deuz lakeet da vellaat, pe da barea, ha mar dint deut da vervel, o deuz kasset anezo d’ar Baradoz dre eur maro dous ha santel ! Pegement a beorien o deuz maget ! Hag ar c’haëra euz ho oberou mad : pegement a vugale o deuz desket da gredi ha da heulia ar relijion. Goapeet, disprijet int gant an dud impi, hag an dud sod ; mez gouzout a reomp prepoziou hor Salver Jesus-Christ ; mar ho deuz kaz ouzoc’h, be o deuz bet kaz ouzin da genta : Si mundus vos odit, scitote me priorem vobis odio habuit. Laudetur Jesus-Christus ! Lod a lavar : Pegen pinvidik eo ar c’houenchou ! An dra-ze a helle beza guir gueich all. Neuze ar venec’h a vage ar beorien, a save skoliou, etc. Mæz en amzer-man, ar c’houenchou a zo paour peurvuia hag ar re a zo eno a renk gouniz ho bouet dre ho labour. Mæz ar venec’h na evont ket ha na zizpignont ket ho arc’hant e butun hag e traou ven hag inutil. Al leanezet na zizpignont ket ho arc’hant da brena dillajou kaër ; an dispign a zo bian ha renket mad, hag evelse a hellont c’hoaz ranna gant ar paour.




C’HUEC’HVED NOSVEZ
————


Petra war vor oc’h euz guelet merdead ? Eur vag heb roenv na gwel ebed.
Ha var an araog da sturier, eun eal he eskell digor-kaer.
(Barzaz-Breiz).

Ar c’hondt a Leon en doa eur verc’h, hanvet Azenor, a blijaz kement d’ar roue Judual, ma c’hoanteaz he c’havout evit pried. Azenor, kaer evel eur verelaouen, braz ha soun evel eur balmezen e doa c’hoaz muioc’h a vertuziou eget a c’hened. Judual eta a gassaz daou varon da Even, a joume neuze e Brest, evit goull Azenor da zimizi. Pa glevaz hi ar goulen-ze, e lavaraz d’he zad ne doa ken c’hoant nemet da joum guerc’hez ha pried da J.-C. Even a gare kalz he verc’h, hag a lavaraz da gannadou Judual ne raje morse d’he verc’h ober ar pez na blijfe ket dezi. Ar reman, o veza digasset d’ho roue komzou ar c’hondt a Leon, Judual oa mantret he galoun ; koulskoude na gollaz ket esperans, neubeut goude e kassaz c’hoaz tud all da ginig da Azenor ha d’he zad traou kaer hag a dalvoudegez.

Even, o velout ar garantez a zizkueze ar roue evit he verc’h, a reaz kement, he bried hag hen, ma roaz Azenor he grad-vad d’an dimizi ; siouaz dezi, mæz hi oa boazet da zenti atao ouz he c’herent a enep he c’hoant memez. Koulskoude n’er ket oblijet da zenti evit dimizi, pa n’oc’h ket galvet d’ar stad-ze ha guelloc’h vije bet dezi derc’hel mad d’he fried divin. Gantan na ve morse na nec’h, na goal dretamant. Meulet ra vezo Jesus da viken !

Judual oa ker laouen, ma zeuaz da gerc’het ar plac’h nevez e Brest, ha biskoaz ne oe guelet euret kaeroc’h. Ar c’hoariou hag an ebatou oa padet e Brest, ken var zouar, ken var vor, epad pemzek devez.

Even a ieaz da gass he verc’h ker da Gastel-Andren ; eno e joume an daou bried. Ho buez oa leun a zousder ; rag en em garout a reent evel diou durzunel. Eur bloaz goude ho euret e teuaz dezo ar c’helou euz maro mam Azenor. Mont a rezont deoc’h-tu ho daou da Vrest da rei konsolation da Even en he c’hlac’har ; ha goudeze e teujont en dro da Gastel-Audren.

Even na joumaz ket pell intanv, dimizi a reaz neubeut goude maro he c’hreg ; gouzout a rit fidelite an den a zo evel ar blanten vrao-ze euz hor parkeier bleuiet glaz a ia kuit gant an disterra banne avel. Pried nevez Even oa eun introun euz ar falla speret ha leun a valis. Hi a gemeraz kassoni ouz he merc’h kaer, ha kounaret oa o velout pegen karet oa Azenor gant he zad, he fried ha gant an oll. Hi a zeuaz neuze da ober, amzer da amzer, teodadou faoz var ben Azenor. Judual a zeuaz erfin d’ho c’hridi, hag he garantez evit he bried a droaz e kassoni. O pegement a zrouk na ra ket an avi hag ar jalousi ! O techou vil a dor ar c’haera union, sourcen euz ar brassa krimou, euz ar brassa malheuriou. Me a zo koz, va bleo zo guen kan, pegement a deodadou faoz, a zrouk-prezegerez em euz klevet, invantet gant an avi hebken. An avi en deuz lazet Abel, nag a boursu atao an inoçans, etouez ar rouaned, etouez al labourerien, e peb stad, e peb kondition, a teu da ober he ravaj. Beac’h am euz mirout da vouela, pa sonjan d’an oll drouk em euz guelet deuet dre an avi.

Judual a reaz lakaat Azenor en eun tour euz he gastel, a zelle var ar stang euz a Gastel-Audren.

Neuze Azenor a zizkuezaz pegement a vertuz e devoa : na gollaz ket kaloun, na zigoraz ket he ginou evit en em glem, ha kinig a reaz he oll foaniou da Zoue. Pidi a ree euz a greiz he c’haloun ar Verc’hez Vari ha santez Brijitta. Pa zeuaz an devez ma tlee beza barnet, e oa lakeet da azea var eur skabellik e kreiz ar sall, ha neuze oe lennet an traou fall tamallet dezi. Hi a oa ker souezet oc’h o c’hlevout, ma na ellaz da genta lavarout ger ebet ; ha pa fellaz dezi lavarout ar virionez, he daelou hag he hirvoudi na laoskent dezi nerz nemet da lavarout oant oll mistri d’he barn, daoust ma oa divlam, mæs ne oant ket gouest da lemel diganti he enor nag ar garantez e doa bet evit he fried, hag e dije bet evitan beteg ar maro. Kasset oa adarre en he frizoun hag ac’hane da Vrest evit beza barnet. Eno oa lakeet en eun tour euz kastel Brest, kichenik ar mor, galvet c’hoaz tour Azenor. Hi oe barnet da veza devet e beo hag he ludu taolet er mor. Pa glevaz ar brinses ar c’helou-ze, en em dolaz da dreit ar groaz, hag o veza selaouet evel-ze lenn he barn, pokat a reaz d’ar groaz o lavarout : Va Doue, va Aotrou, gouzout a reet ez oun divlam euz a gement-ze. Hag o kemerout ar groaz gant he dorn kleiz, e touaz, gant he dorn deou varnezi, ne doa gret netra euz ar pez oa tamallet dezi. Goulen a reaz kaout eun neubeut deveziou araok mervel, abalamour d’ar bugel en doa da c’henel. He fried na roaz ket dezi an drugarez-ze ; lakeet oa beo var ar mor braz en eur variken.

Eun truez oe guelet ar brinses koant-man o tremen kae Brest o tougen en he daouarn chadennet ar groaz oa bet he c’honsolation en he foaniou. Azenor a zelle ker sioul evel ma vije eet da eur gouel en eur palez. Ober a rezont dezi pignat var eur lestr e c’hassaz tre er mor braz pell euz an douar. Pa velaz oa deuet an heur eviti, en em lakeaz var he daoulin da bidi evit he bourrevien. Neuze oa taolet er mor en eur variken goloet var c’horre, ha dilezet oa eno pemzek leo euz an douar. Doue a ziskuezaz en he c’henver na zilez morse a gren an dud a lak ho fizians enhan. Rag pa oa Azenor en he zoull tenval, an daelou en he daoulagat, a teuaz eur sklerijen gaer en dro dezi, hag a velas eun æl hag a zeuaz bemdez da gass dezi peadra da zibri. Hi oa bet pemzek miz evel-ze o treuzi ar mor eb gouzout pelec’h a oa. Pidi a ree an Aotrou Doue euz a greiz he c’haloun ne vije ket laosket heb badiziant ar bugel e doa laket var an douar en amzer-ze ; er fin, ar variken en em arretaz en Abervrac’h, en enez Irland, e kichen Bro-Saoz. Eun den divar ar meaz, en doa he dy var an aod, a gredaz a oa eur variken vin, taolet eno gant ar goal-amzer ; hag o veza eet d’he cherc’hat a oe souezet braz o kaout ebarz, elec’h ar guin a glaske, eur c’hreg iaouank gant eur bugel nevez ganet. Ar vrud euz an dra mirakuluz-ze, o veza deuet beteg abbat Abervrac’h, an abbat santel-man a zigemeraz, gant kalz a garantez, ar vam hag ar bugel, heman oe hanvet Beuzek. Pa zeuaz ar bugel braz, ar manac’h a zeskaz dezan ar skianchou.

Epad ma zigueze an dra-man, Judual a zeue da anavezout ar gaou en doa gret da Azenor, hag he grisder en he andret ; rag mam gaer Azenor, araok mervel, en doa disklæriet he oll fallagriez a enep he merc’h kaer. Divead eo evit repari an deodadou fall, rag peurvia an drouk o deuz gret na hell ket trei da vad. Judual na helle, gant ar glac’har, herzel na noz na deiz, hag er fin, a leverer, e treuzaz ar mor gant ar c’hoant da glevout kelou euz he c’hreg. Lavaret a reer c’hoaz, Doue hen lakeaz var hent an enez Irland. Pa glevaz Azenor oa deuet roue ar Vreiz en Irland, e choumaz souezet da genta. Judual a redaz d’he c’havout hag he briataz gant ar vrassa karantez, o lavarout dezi : Ha guir eo, va Doue, a velan c’hoaz va muia karet ! An daou bried, o devoa bet kement da c’houzanv, a oa o tistrei en dro da Vreiz, pa zeuaz ar c’hlenvet diveza da skei Judual etre divrec’h he vreg hag he vugel er bloaz 594. Azenor a heuliaz korf maro he fried, kasset en he rouantelez a Vreiz, ha dont a reaz da choum en eur gouent e beg ar Raz, etre borc’h Goulien hag iliz Lanourek. Beuzek oa gret arc’heskop en Irland, e pelec’h oa ken karet ha ken galloudek hag eur roue. Dilezel a reaz he garg hag he c’hallout evit dont ivez en dro d’he vro. Douari a reaz e Porzpoder, e bro Leon. Mont a reaz ac’hano da velout he vam Azenor ; ha goude maro sant Magloar a oe gret arc’heskop Dol. An istor-man, va zud, a ziskuez deomp eo ret atao fiziout e madelez an Aotrou Doue.


SEIZVET NOSVEZ
————

Eur brenin a ger Illy en doe eur verc’h da zimizi ;
Gant leiz e oa bet goulennet, da Juthaël hi zo bet roët.

Pa guitaaz ar roue Judual ar Vreiz evit mont da glask he bried, roet en doa ar c’hallout d’he vab Hoel, pe Juthael, heman en doa an eur-vad da zigemer he vam, santez Azenor, hag he vreur, sant Beuzek. Juthael en doa klevet komz euz Pritella, merc’h euz eur c’hondt hanvet Millik, a joume er ger a Illy. Eun devez ma oe eet tud Pritella er maner Kervran, ha ma oa choumet ar plac’h iaouank er ger gant he magerez hag eur vatez, e teuaz ar roue a Vreiz da c’houll digemer evit eun nosvez, rag eme-hen, kollet en doa he hent e Koat-les-Tremeur, Ar brinses Pritella a zigemeraz he roue gant kement a zoujans hag a furnez, ma gredaz Juthael na helje kavout guelloc’h pried eviti.

Epad an noz, en devoa var ben Pritella eun huvre, a c’hoanteaz e vije disklæriet dezan, Evel-ze a reaz gervel ar barz Thaliessin, mab Onys, deuet gant sant Veltaz euz an enez a Vreiz, hag a choume en enez Rhuis. Ar barz koz, o veza klevet goulen ar roue, a choumas eun neubeut sioul ; ha pa gomzaz, a lavaraz e vije mab hena Pritella guelloc’h c’hoaz ha brassoc’h evit he dad, ha na vije ar mab-ze ker braz nemet evit rouantelez an ee. Ar roue, o veza klevet kement-ze, a oa laouen. Gret oe an eured, hag an daou bried a veve e doujans Doue. Ho mab hena oa hanvet ganto Jikel pe Judikael, ha roet oa dezan da baeron ha da vestr er skianchou sant Gouesnou, den gouiek euz an enez a Vreiz.

Juthael, leun a hardizegez, ha Breton a galoun, a gemeraz en dro an oll vro kemeret gant ar C’hallaouet, o doa moustret ar Vreiz epad ar brezeliou etre Komor hag he vreudeur. Digemer e reaz an daou diveza euz ar rouaned breton euz an enez a Vreiz, kasset kuit euz ho rouantelez gant ar Saozon. Eduin ha Kadvalon a oa ho hano. Iaouank flam a oant pa zeuzont en Armorik, ha Juthael a reaz ho diski gant he vugale e unan. Pa oant deuet en oad, ar roue a Vreiz a roaz dezo soudardet gant pere a c’hounezont var ar Saozon. Peb hini euz an daou roue iaouank-ze a gemeraz neuze he rouantelez, mæs Eduin, elec’h choum mignoun gant ha gonsort, a reaz ar brezel da Kadvalon hag he gassaz kuit euz he rouantelez. Kadvalon a zeuaz en dro er vro-man, ar Vreiz-Armorik, el lec’h en doa tremenet ar c’henta amzer euz he iaouankiz, ha leun a estlam evit ar vertuziou a bratikee neuze ar brinset breton, na gemeraz mui sourci nemet euz traou an ee. Mont a reaz da Rom, e pelec’h a varvaz evel eur zant.

Unan euz ar brinset, koulskoude, a brije muioc’h madou an douar eget ar baradoz. Rak pa varvaz Juthael, er bloaz 612, Salaün, unan euz ar iaouanka euz he vugale, a lammaz ar rouantelez digant he vreur Jikel. Heman, kentoc’h evit kaout trouz gant he vreur, en em dennaz er gouent Sant-Meen, e Gael ; eno a veve evel eur manac’h, hag an dud a lavare hen doa n’em rentet manac’h evit he vuhez. Mæz da varo Salaün, e 632, e kuitaaz kouent Gael, hag e kemeraz da bried eur brinses penherez, hanvet Morona, merc’h ar c’hondt a Dolent (ker a oe savet, e lavarer, e kichen an Abervrac’h, euz an tu deou).

Pa bignaz ar roue Judikael var an tron a Vreiz, eul levenez vraz oa er vro, rag peb hini a c’hortoze burzudou euz eur roue a veve gant kement a zantelez : na ree peb tra nemet evit gloar Doue. Eur veich, epad an noz diaraok gcuel Pask, ar roue oa direnket en he bedennou gant eun trouz braz a girri o tremen dre eur pount euz a ger. Ar roue, nec’het o klevet kement a drouz en eun nosvez ker santel, a choulennaz petra oa an dra-ze. Lavaret oa dezan oa an noz-ze ar mare da bea ar guiriou. Na gemerin ket, eme ar roue, arc’hant digasset din e nosvez eur gouel bers evel ar zul Fask. Guelloc’h e din na ve morse paet ar guiriou-ze. Evel-ze e torraz ar c’hiz fall.

Judikael, pe Jikel, oa mad e kenver an oll, truezuz oa dreist oll e kenver ar beorien. Eun devez ma oa o tont e meaz euz he balez Kergenkis, e Trekouet, en Domnonea, evit mont da iliz Sant-Iann, en tu all d’ar steir, e velaz kalz kirri o treuzi an dour. Eur paourkez var lez ar steir a bede ar charretourien d’he gemer er char evit tremen ar steir ; den n’he selaoue ; pellaat a reent abalamour d’he lorentez. Pa dostaaz ar roue, ar paour-kez a ree he beden da beb denchentil euz he heul. Darn anezo a ree goab anezan, darn all a bellae gant despet. Ar roue, o velout an dra-ze, a gemeraz an den lor a dreon var he varc’h, hag e tremenaz an dour evel-ze. Pa ziztroaz evit lakaat ar paourkez den da zisken, oa souezet braz oc’h he velout evel eun den euz ar re vraoa, hag a lavaraz dezan : Judikael, te zo eüruz, rag ne t’euz disprizet ac’hanon. Me zo Jesus-Krist da Aotrou, e t’euz kemeret dindan skeud eur paourkez lor, ne vezi ket disprizet ganin-me en ee. Goude ar c’homzou-ze, hor Zalver a bignaz en ee gant kalz a sklerder. O velout kement-ze ar roue a joumaz souezet, he galoun leun a garantez divin.

Ar roue-man a ziskuezaz er brezel ne ket spountik eur c’hristen mad, atao oa ar c’henta dindan an taoliou. Evel-ze e c’hounezaz var ar Francisien, pe Gallaouet. Ar roue a Frans pe Bro-C’hall, a gassaz d’he gaout sant Alar da c’houlen ar peoc’h etre ar Frans hag ar Vreiz. Sant Alar a blijaz kement da sant Jikel, ma garent dreist-oll beza an eil gant egile, ha ma reaz sant Alar da sant Jikel mont gantan da Bariz, evit en em unani gant ar roue a Frans. Eno e kavaz ive sant Dudon, hag a reaz anaoudegez gantan dre voyen sant Alar. Komzou an dud santel-man hag he c’hoant he unan, a reaz da Judikael sonjal n’em renta adarre en he c’houent. Evit an dra-ze, e kinnigaz d’he vreur, sant Jos, ar rouantelez, evel goard d’he vab Alan. Sant Jos ne gare ket guelloc’h ar bed eget na ree he vreur sant Jikel. Spountet dre eur garg ken huel, goulen a reaz digant he vreur eiz-te araok lavarout he c’her diveza ; hag en deiz-ze memez, e kuitaaz ar palez evit mont er broiou pell d’en em renta manac’h. Sant Jikel a ginnigaz ar memez karg da sant Vinnok, he vreur. Heman a reaz evel sant Jos, kuitaat he vro evit en em renta manac’h. Sant Jikel o kaout skuer kaer he vreudeur mad da heulia, en em hastaz da lakaat he vreur kaer Rivoalen, evit goard d’he vab Alan, hag a gemeraz an habit manac’h er gouent Gael, er bloaz 642, e pelec’h a varvaz en eur peoc’h braz goude eun neubeut a vloaveziou, var dro 660. Na hell ket eun den niveri an dud oa deut d’he interramant, na lavarout an daelou oa skuillet var he vez, dreist-oll gant an dud paour.

C’hui vel, ma zud vad, e deuz ar Vreiz er baraduz kals euz he bugale da bidi eviti. Pedomp anezo da c’houlen digant an Aotrou Doue ma vo atao da viana kristenien vad e Breiz, pa neuz mui a zent en hon touez.


EIZVED NOSVEZ
————

Ni a gar Kaourintin, Guenole ha Guinal,
Patern, Melen, Melar, hag ive sant Tual ;
Hag en hon c’hichen d’hon diwall e keit a ma vefet
Nan biken ni na doujfomp ar bleizi kounaret !

Alan, leshanvet an Hir, n’en doa nemet eiz vloaz pa n’em dennaz he dad er gouent Gael. Lavaret a rer en he amzer Budik oa kondt Kerne ha Renou kondt a Leon. En he amzer e teuaz en Armorik ar re ziveza euz Bretonet an enez, a joumaz neuze en he bez d’ar Saozon, nemet al lec’h hanvet Bro-Wall. Er vro-ze, evel m’euz lavaret deoc’h diaraok, e ve komzet breman c’hoaz ar brezonek. Er blavez 1836, tuchentilet iaouank euz ar vro-man a dreuzaz ar mor evit mont dy. Digemeret oant evel breudeur ha kenvroiz. Unan euz an aotrounet-ze, o veza kanet eur ganaouen brezonek, ar Vretoned euz an enez he salaoue gant ar brassa levenez. Klevet em euz va unan eur Zaoz koz o lavarout, o veza bet kemeret er brezel var vor gant ar C’hallaouet er bloaz 1791, e oe digasset da Geraez, hen hag ar Saozon all. Na hellent kaout netra euz ar pez o doa ezom pa na ouient ket ar brezonek. Etouez ar vartolodet oa n’em gavet Bretoned euz Bro-Wall, a lavare : Roit deomp-ni, mar plich, dillat ha bara. Ar pez oa kasset dezo dioc’h-tu gant an tud euz a Geraez, laouen da glevout komz brezonek evel-t’ho.

Re Bro-Wall ha re Breiz zo bet atao breudeur.

Goude maro Alan, e 670, ar Vreiz oa rannet etre bugale Daniel Drem-Ruz, kondt a Gerne. Unan anezo oa hanvet Miliau, hag a choume er C’hoz-Geodet, e bro Landreger. He vreur, hanvet Rivod, hen lazaz evit kaout he loden ouspen he hini. Gant a zen zo klan gant an hevelep klenvet ! Ker mad oa bet buhez Miliau eget oe fall hini Rivod. Glac’haret oa an oll dre ar maro-ze, ha pa oe enterret korf ar prins Miliau, en ilis Koz-Geodet, e pelec’h a reaz kals miraklou, klevet a oe moez ar brinset o lavaret : « Kenavo d’hon mæstr, hor roue ! O pebez dizeur, va Doue ! » Choum a ree varlerc’h he dad, eur paourkez minor, ar prins Melar, en danjer braz da goueza etre daouarn ar muntrer. Be en doa c’hoaz d’en difen eur vam karantezus, ar brinses Haurilla, hi a zeuaz e kreiz an dud dastumet gand Rivod, e Kastel-Paol, evit gouzout piou vije goard d’ar minor. Pa velaz Rivod, ar vam dener-ze o tont er sall e lec’h oa an dud a ilis, an duchentilet, ar vourc’hisien hag an dud divar ar meaz e velaz e vije dinac’het dezan ar pez a c’hoantee, hag evit guir d’he c’henta prepos, Haurilla oa lakeet goard evit he mab Melar.

Siouaz ! petra hell ober eur vaouez a enep an hini en deuz ar gallout. Rivod a ginnigaz aour ha pinvidigez da dud ty Melar evil ma lakefent he nis d’ar maro. Ampoesonet oe he vouet dezan. Pa reaz ar bugel sin ar groaz var he vouet, an ampoeson lakeet ebars oa guelet gant ann oll. Ar pez a reaz kement a spount d’an dud o doa klasket e laza, m’a n’em daoljont d’an daoulin da c’houlen he drugarez. Rivod, o veza klevet an dra-man, a gassaz soudardet d’he laza. Ar re-man, oc’h anaout var bisaich ar bugel an heveledigez euz he dad, bet ho mestr mad, ha tenereet eun neubeut ho c’halonou gant daelou ar vam hag oad tener ar mab, a droc’hzont dezan eun dorn hag eun troad. O truez kriz an hini a reaz dezo troc’hi lod euz he izili elec’h e laza deoc’htu !

Ar vrud euz an torfet-ze a reaz d’an oll Vretonet n’em sevel en eun taol a enep Rivod. Heman, gant he spered louarn, a gavaz an tu da lakaat kridi n’en doa ket bet memez anaoudegez euz an dra-ze, ha be hen doa an hardizegez da c’houlen adarre beza goard evit he nis. Guelloc’h vo divoallet gan-in, eme-he, eget na vo gant eur c’hreg. Koulskoude guelloc’h oe c’hoaz d’ar Vretoned ober evit goard da Velar an eskop a Gemper hag eun aotrou hanvet Kyoltan. Heman oa breur da Budik-Mur, kondt a Gerne, tad Miliau, hag evel-ze Kyollan, pe Konstantin, oa yountr da dad Melar. Ne oa ket dign euz eur garg evellen, rag roet en doa he c’her da Rivod na joumje ket pell beo ar prins Melar etre he zaouarn. Lavaret a reaz an dra-ze d’he c’hreg Raziria. Houman, guelloc’h evit he goaz, o kaout truez euz ar prins iaouank, hen aliaz da dec’hout kuit. 792.

Divead oa pa guitaaz Melar ar ger a Gemper, hag an noz oa digoezet pa skoaz var dor leandi Landevennek. Ar manac’h, a zigoraz an or dezan, na hellaz ket anaout deoc’h-tu ar roue a Vreiz. Pa oa gouet piou oa, spontet oe ar venec’h, hogen an abbat a zeuaz da zigemer, gant an doujans dleet, Melar, prins, hag ouspen maleüruz. Neubeut amzer goude, oa klevet iouadennou ar soudardet o c’houlen antreal er gouent gant Rivod hag he heul da glask ar prins Melar. Ar spount oa braz er gouent, ar venec’h a lavare oa deuet an devez diveza evit manaty Landevennek. An abbat hepken na gollaz ket kaloun : ober a reaz lavarout da Rivod, na zigorje ket an oriou er mare-ze euz an noz, pa na oa ket ar c’hiz d’en ober ; pa vije deuet an deiz a helje klaskout an hini a c’houlenne.

Da c’houlou deiz-ta, oa digoret an nor; Rivod na gavaz ket eno he nis. Melar, diskennet gant ar venec’h divar c’horre ar mogeriou, oa er mare-ze var hent Keraez. Rivod a guitaaz Landevennek heb kemer amzer da gastia ar venec’h evel m’an dije c’hoanteet. Redek a reaz varlerc’h he nis. Heman oa digouet e parrez Plouigneau pa glevaz touz ar c’hezek euz ar re he glaske. Ober a reaz eur beden da Zoue hag en em daolaz en eur poull dour e kichen an hent hanvet c’hoaz breman guele sant Melar. Rivod ha Kyoltan a dremenjont heb he velout. Melar a zavaz neuze euz he doull hag a gemeraz hent Koateon, e pelec’h a choume eun denchentil kar dezan. Reet oa pignat eur c’hreac’h araok dont er c’hastel ; ar prins, goal skuiz, a gouezaz, evel maro, e tal ar grec‘hen, elec’h ma ma breman iliz sant Melar, e kichen merouri Koat-Sao-Bell. Eur banne leaz, roet dezan dre druez gant an dud divar ar meaz, a roaz d’ar prins a Vreiz an nerz da heulia an hent beteg Koateon. An dud a laboure er parkeier, a lavare an eil d’egile, oc’h he velout : a veichou stad ar rouanet hag an dudchentilet zo goassoc’h eget hini eur paourkez o klask he vara !

Rivod a zeuaz da Goateon eun neubeut varlerc’h he niz hag a hellaz, tra burzuduz ! ober da Velar dre fals karantez kuitaat he vignon evit hen heulia e Lanmeur. Eno, araok na oa aichuet tri devez, oe anterret Melar, lazet gant he yountr dre eun taol kontel e kreiz he galoun. Raktal Rivod a guitaaz ar ger evel eun den diskiant, a lammaz var he varc’h hag a gemeraz hent Kerne. Tri devez goude a varvaz, heb beza bet ar rouantelez abek euz he dorfet. Kyoltan, he gonsort, o veza savet var ar menez Kemper evit guelout ac’hano an douar kinniget dezan evit he bec’het, n’hen doa ket kent savet he zaoulagat evit sellout outo, ma n’em gavaz skoet a zallentez hag a varvaz eun neubeut goude.


NAVET NOSVEZ
————

An aotrou Lez-Breiz a lavare, d’he floc’hic iaouank, eun deiz a oe :
Dihun va floc’h ha sav alesse, ha ke da spura din va c’hleze
Va zok houarn, va goaf ha va skoed, d’ho ruzia e goad ar C’hallaoued.

An Aotrou Doue a gasti peurvuia ar bobl evit pec’hejou ar brinset ; evel-ze, goude maro Rivod, ne oe nemet malheur evit ar Vreiz ; ha pa zeu e va speret, ar pez meuz da gonta deoc’h var an traou c’hoarvezet en amzer-ze, e va bro, ar galon a vank din ha c’hoant am euz da devel. Koulskoude, ret eo lavarout ar virionez ha pa na blij ket deomp. Ha neket heman an diveza gueich em bo da gomz deoc’h euz maleuriou hor bro. En amzer-ze ta, peb hini a glaske beza mæstr euz ar Vreiz, hag ar Francisien, gant ar Saozon, hor goassa enebourien, a gemeraz an amzer ma oa ar Vretonet en em ganna etrezo evit kemerout Roazon, Naonet ha Guenet, e 814. Roazon ha Naonet oe aliez gounezet gant ar Francisien. Breiz-Izel, hag ispicial ar bro Kerne, na jomas morse ganto. Neuze ar Francisien o doa eur roue braz hanvet Charlemagn, pe Charlez-ar-Braz, hag ar Vretonet n′ho doa roue ebet d’ho c’hourc’hemen.

Dont a rejont, en divez, da anaout pegen neubeut a furnez oa da n’em zisput etrezo evel ma reent, ha kemerout a rejont evit kabiten ar c’hondt Jarnithin, lazet, siouaz, er c’henta kombat. Goude hen, Morvan, kondt a Leon, oa gret roue a Vreiz, e 824. Charlez-ar-Braz oa maro, hag he vab Louis ne oa ket ken ter d’ar brezel hag he dad. Kass a reaz da gaout Morvan eur manac’h, hanvet Viktar, evit hen alia d’ober ar peoc’h ha da anavezout a oa ar Vreiz lod euz rouantelez Frans. Morvan a choume neuze en eur c’hastel e kichen Landerne, var hent Montroulez, var eur garrek hanvet Karrek-Morvan, hag e gallek La Roche-Maurice. Viktar a lavaraz d’ar roue breton : « Anav va roue evit da roue, he c′hallout a zo kement dreist da hini evel an ee d’an douar. Gra kement-ze evit da vro, da vugale hag ar re a garez. — Lavar d’az roue, eme Morvan, ar meochou a labouromp n’int ket he re, he lezennou n’int ket hon re ; peb hini en he vir. Hen a hell gourc’hemen ar Gallaouet ; ha me ar Vretoned ; ha ma teu ar brezel, ar Francisien a velo a dinerzet eo va brec’h, »

Pa glevaz ar roue a Frans ar respount-se, dont a reaz gant eun arme braz a Francisien e Breiz-Izel, hag e teuaz ganto beteg koat Breziak. Morvan a guitaaz neuze he gastel hag he bried. O veza gret eur banne da bep ini euz he Vretoned, dont a reaz er gombat, peb taol euz he gleze oa taol ar maro. Goloet oa an dachen a gorfou Francisien, pa zeuaz unan anezo da skei var roue ar Vreiz, ha da rei d’hen eun taol en he ben. Ar roue Morvan a gouezaz d’an douar, an enebour a droc’haz d’hen he ben. Ar Gall ne oa ket guelloc’h evit an taol en doa gret, rag unan euz ar Vreiziz he lazaz raktal.

Eüruz ar re oa lazet en deiz-ze e kichen ho roue ! n’ho doa ket da souffr goaskerez ar Francisien. Morvan, hanvet ive Lez-Breiz, abalamour oa bet souten ar vro, ne oa ket ankounec’heet gant ar Vretonet. Lavarout a ra eur werz koz, a glaskaz he floc’h (e gallek, son écuyer) he gorf epad seiz vloas. Eun devez ma oa o tremen dre goat Hellean, e kavaz eun den koz o tont d’ar feunteun, hag a c‘houlennaz dezan : Piou a gousk dindan ar voden ? An den koz a lavaraz ; « Lez-Breiz a zo dindan-hi kousket ; tra vezo Breiz a vezo brudet. Dihun a rei e ber, o ioual hag a rei ho stall d’ar re Vro-C’hall. » Evit guir, evel ma lavare an den koz, eul Lez-Breiz oa kavet c’hoaz. Guiomarc’h, kar da Vorvan, oa lakeet roue e Breiz ; hag evel Morvan, goude beza gouneet e meur a gombat var ar Francisien, a varvaz erfin, trec’het ganto.

Goude maro an tri roue-man, kaloun ar Vretoned a zemplaz ; epad eiz bloaz, ar Francisien oa mistri. Bep bloaz, vije kasset da Roazon an arc’hant oa reet da baea d’ar roue a Frans. Eur Breton hanvet Neumenoiou, pe Nominoe, a c’hourc’hemenne neuze ar Vreiz-Izel, ha choum a ree e Koatloc’h, e kichen Skaer. Mab eun denchentil euz Menez Are oa eet gant ar c’hirri da Roazon evit kass an arc’hant d’ar roue a Frans, neuze Charlez-ar-Moal. Pa oa poezet ar sic’hier arc’hant, ne oa ket ar poez. Ar Gall, a boeze an arc’hant, a rebeichaz d’an den iaouank ne oa ket ar poez ; ha deuet direiz, e troc’haz dezan he ben, ruilla a reaz er skudell, hag a lakeaz ar poez. 847.

An dra euzuz-ze, o veza bet klevet er vro, tad an den iaouank a zeuaz da Goatloc’h, da gaout Neumenoiou, da c’houll digantan : Ha be oa eur reiz, eun Doue en env, hag eun den e Breiz ! Goulen a re ma vije kasset kuit ar Francisien, na oant ket gouzanvet mui er vro. Neumenoiou he gonsolaz ; ober a reaz d’he dud mont gant sic’hier var an aochou da zastum bili, hag e teuaz e Roazon gant kirri leun a zier karget evel-se. Pa oe poezet an daou genta, oe kavet ar poez ; d’an drede ne oa ket. Ar C’hallaouet a ioue ; Hola ! hola ! ne ma ket. Deoc’h-tu

Neumenoiou a gemeraz he gleze, hag o troc’hi pen ar Gall, hen taolaz er skudel evit ober er poez. Neuze a savaz eur gombat kriz etre ar Vretoned hag ar Francisien. Ar reman oa trec’het ; hag ouspen ar Vreiz-Izel, Neumenoiou a gemeraz Roazon, Naonet, Guenet hag an oll broiou tro d’ar c’herriou-ze. Pa zeuaz Neumenoiou da veza roue a Vreiz, lakaat a reaz he fizians e sant Konvoyon, a gundue eur vuhez santel e koat Redon, ha goulen a ree kuzul digantan evit traou ar feiz. He gas a reaz da Rom da c’houlen digant ar Pab ma vije an eskop euz a Dol arc’heskop, hag ar c’henta etre an eskibien a Vreiz.

Sant Konvoyon a zigassas da Nominoe, roue e Breiz, eur manac’h hanvet Louhemel, evit en em glem euz a Illoc den pinvidik divar dro, hag a ree peb seurt dismegans da venec’h abaty Redon. Nominoe, azezet var he dron, eur gurunen aour gant perlez a mein précius var he benn, eur vantel rouane var he ziouskoaz, ar vaz a roue en e zorn, mab bian Judikaël ker kaër evel ma oa en devez ma oa bet sakret, en doa en dro dezan ar re genta euz he rouantelez. En he gichen oa Eruspoe, he vab ken brudet er brezel hag he dad ; Gurvand, ar prins en doa klasket en em ganna a enep eun arme en he fez. Paskiten, teod alaouret, en doa tromplet kement a Vretonet dre he gomzou flour; he zell fall, he zaoulagat louarn en dije dleet avertissa anezo koulskoude. Merc’h Eruspoe, ker mad ha ker brao, goulennet evit pried da vab Charlez-ar-Moal, roue a Vro-Chall. Salaün, niz Nominoe, mab he vreur Paskiten. Cetu hanoiou lod euz an dud huel oa en dro d’ar roue. Nominoe o veza fellet dezan selaou ar manac’h Louhemel, heman a lavaraz : Konvoyon, rener kouent Redon, a zo mab da Konon, den nobl a renk huel ; fellout a ra dezan beva el labour, er binijen hag er beden, en eul lec’h dilæzet evel eun desert evit servicha an Aotrou Jesus-Krist gant eun neubeut beleyen nobl eveltan. Neuze Illoc e kounar a iouaz : An douarou-ze a zo din, pe seurt gwir o deuz ar venec’h da zont eno ? Den dizleal, a respountaz roue Breiz, ha ne ket guelloc’h e teufe tud santel da jom er gouelec’hiou-ze eget lezel dont eno laëron ha tud fall ? Ha dioc’h-tu ar roue a roaz ar gwir d’ar venec’h, hag a reaz da Illoc tevel. Ratuili ne oa ket evel Illoc, karout a ree kement sant Konvoyon hag he vreudeur, ma fellaz dezan aichui he vuhez en ho zouez. O veza bet seziet gant eur c’hlenvet pegus, goulen a reaz beza digasset ebarz iliz Sant-Salver e Redon. Ar venec’h deuet da bedi en he gichen, prosternet var ho zall dirag an aoter, a veljont anezan parea en eun taol.

Sant Konvoyon oe ive mignoun d’ar roue Eruspoe, mab Neumenoiou. E amzer ar roue-man oe goastet ar ger a Naonet gant an Normandet, he dad en doa roet ar ger a Naonet da eur Gall hanvet Lamber, en doa troet kein d’he roue, ar roue a Frans. An den-man oa rust evit an dud euz a Naonet, ha na ree van euz rebeichou a ree dezan sant Gohar, an eskop. Erfin kasset oe kuit gant an Naonediz. Lamber, kounaret, a c’halvaz da voasta ar ger an dud pagan-ze, meuz lavaret deoc’h na glaskent nemet laeronci ha lazeres. Eun devez-ta, pa oa pardon Naonet, ha pa oa tud ker en iliz en offeren, an Normandet a zouarjaz e ker, hag o tont en iliz pa lavare an eskop ar c’homzou latin : Sursum corda ! e lazont eno an oll gristenien, ar veleien hag an eskop sant Gohar. Ar ger a choumaz dilezet ker pell ma greskaz ar geot en iliz goastet hag er marc’had da falc’hat. 855.

An Normandet-ze a oa goassa enebourien ar bobliou christen. Ar parreziou tost d’ar mor a oa ar c’henta goastet ganto. Pa vije guelet euz a bell lien ho listri, ken niveruz evel diouaskel ar guelini, laosket a vije eur iouaden a spount var lez ar moriou. An dud paour, ar re benvidik a dec’he dirazo. Lod a gasse ho loenet hag ho ed e toullou doun er c’herreg evit ho c’huza ; ar re all a guze ho arc’hant hag ho aour, rag na choument ket da c’hortoz an enemiet na da glask ar gombat ; nemet e teufe ar roue a Vreiz he unan, ar c’hondt a Leon pe hini Kerne, d’ho sikour. Neuze peurliessa ar Vretonet a c’houneze.

Ar Vreiz en doa da zoufr euz a berz he bugale he unan. Salaün, kenderv ar roue Eruspoe, a c’hoantee kement beza roue, ma zeuaz da lakaat laza he genderv pa oe e treid an aoter o pidi Doue, e iliz Porhoet. 857. Bro Porhoet, pe Poutrecoet, el lec’h ma n’em gave ar c’hoat braz Brocilian. Piou na gredje oa Salaün unan euz ar re falla euz he amzer ? Ne oa ket koulskoude.

Salaün en doa gouneet an tron dre varo he roue ; n’en doa ket kavet ar peoc’h en he galoun. Sant Konvoyon a zisklæriaz dezan, a berz Doue, e aichufe he vuhez en doare ma en doa he genderv aichuet he hini. Salaün a reaz pinijen kalet ; ober a reaz euz he c’hallout evit renta he bobl eüruz. Ober a reaz ar brezel d’an Normandet gant ar roue a Frans, hag hen a reaz d’ar Francisien gouniz dre he skiant vraz hag he galoun. Koulskoude nag ar gurunen nag ar gloar euz ar viktoriou na helle souplat an nerz euz he chlac’har evit he dorfet. Bep noz, kerkent a ma zeue da gousket, guelout a ree skeud he genderv hag he roue goloet a voad hag a c’houli o c’hervel varnezan barnou Doue. Neuze a gemeraz c’hoant da guitaat ar bed, da zilezel ar gurunen-ze, a boeze kement var he ben. An Aotrou Doue na roaz ket dezan amzer d’he ober. Neket eul lezen a hell beza torret an hini a vir na vezo lazet an nessa ha kemeret he vadou. Hor Salver en deuz lavaret : nep a sko gant ar c’hleze a vo skoet ganti.

Salaün na zaleaz ket da c’houzout oa deuet evitan pred ar maro. Paskiten, he vab kaer, ha Gurvand, pried merc′h Eruspoe, oa en em unanet evit lammout digantan ar gurunen hag ar vuhez. Ha na ve ket guelet meur a veich tost a gement-all etre tud divar ar meaz evit diblass an hirchier ? An den paour a glask kemer divar goust ar re all eun ero douar, evel ar rouaned eur gurunen ! Salaün na glaskaz ket tec’hout rag eur maro,a oa evitan eur punition abers Doue. Kinnig a reaz he vuhez d’he vestr divin ; ha goude beza koveset ha kemeret korf sakr hor Zalver, choum a reaz er beden e treid an aoter, o c’hedal taol ar maro ; eüruz da ziskuez dre ar maro-ze peger guir oa ar c’heuz euz he voal ober. 874.

Goulennomp digant Doue ar c’hras da ober pinijen evit hor pec’hejou.

En amzer ar roue Salaün, ar c’hondt Kerne Grallon Ploneor en em dennaz euz ar bed hag en em rentaz manac’h. Tri kondt Kerne zo bet hanvet Grallon : ar roue Grallon-Meur, Grallon Flam, a veve e 814, hag heman, en em c’hret relijiuz.


DEGVET NOSVEZ
————

Beet meulet al louarn a amzer da amzer !
Beet koun euz ar ganaouen, beet klem ouz ar c’haner !

An dud difeiz na hellont ket choum pell unanet. Paskiten, kondt a Leon, a reaz-ta brezel da Vurvand, kondt Goelo ha Landreger, evit kaout ar rouantelez en he fez. Nikun anezo ne oa roue ; Gurvand a gemeraz an hano a gondt Guenet, ha Paskiten hano a gondt Roazon, ankounec’heet en doa euz piou a glaske trouz ; rag en amzer ma oa c′hoaz Salaün roue a Vreiz, er mare ma oa eet da sikour ar Francisien enep an Normandet, Gurvand oa eet gantan hag o velout en doa roue Frans kemeret aoun dirag ar bobl barbar-ze, a lavaras dezan e teuje a ben euz an Normandet gant he Vretoned hebken. Hastings, unan euz ar re genta euz an Normandet, o veza klevet kement-ze, a c’houlennaz ma raje Gurvand hervez he gomzou a fouge. Gurvand a zeuaz deoc’h-tu var an dachen gant daou c’hant Breton. Choum a rejont eno pemp devez hep na grede an Normandet tostaat outan. Da ben ar c’huec’hved devez oe goulennet ma zeuje Gurvand he unan var an dachen enep an Normandet oll. Dont a reaz heb aoun ebet. Hastings, souezet, a lakaaz lavarout dezan : Ne c’houlennin morse guelet laza eun den ker kalounek ha c’hui. Pa zeuaz-ta, evel meuz lavaret kent, ar c’hondt Paskiten gant tregont mil den, Gurvand ho filaz gant mil den hebken, unan enep tregont, e kichen Roazon. Paskiten oa oblijet da joum e peoc’h. Neubeut goude, o veza klevet a oa Gurvand klan bras, e zonjaz a helje al louarn dont a ben euz al leon var poent da vervel. Koulskoude Paskiten na gredaz ket dont gant neubeut a zoudardet, hag e c’halvaz d’he zikour an Normandet. Gurvand, en despet d’he glenvet, a fellaz dont da gombati a enep enebourien kriz ar Vretoned. Daoust ma n’em gave tost da vervel, a fellaz dezan mont var an dachen. Astennet oe var eur c’holc’het en eur c’hravaz, ha douget oe evel-ze e-touez ar Vretoned. Choum a reaz beo epad an emgann. Pa glevaz iouaden ar viktor euz he zoudar- det, serri a reaz he zaoulagad, ha mervel a reaz. Meur a hini a skuillaz daelou var maro an den a vrassa kaloun a zo bet hag a vezo, e 877.

Jezekel, pe Judikael, mab Gurvand, pe Warfand, a reaz ar brezel da Alan, he yountr, kondt ar Vro-Erech. Koulskoude, red oe dezo en em unani ho daou a enep an Normandet. Jezekel oe lazet ganto en eun emgann e Traut. Mab Erispoe ha breur Paskiten, breur kaer Gurvand, da lavaret eo Alan, a c’hounezaz eur viktor vraz var an Normandet, e Kestember, er bloaz 890 pe 94. Guelet em euz va unan, er vered Kestember, ar peulven koz savet en enor d’ar viktor-ze, ha neuze Alan voa hanvet Re-Braz, hag anavezet evit duk an oll Vreiz. Eur prins mad a oa, hag a roaz ar peoc’h d’ar vro. Karout a ree ar relijion, savet en deuz kouenchou ha roet en deuz kalz d’ar gouent Redon, karet meurbet gant bugale Nominoe. He vab Erech, pe Gueroc’h, o veza klan fall er ger a Alair, an dug a gassaz kelou d’ar venec’h Redon, ha dre ho fedennou mad ha feiz an dug, ar prins yaouank en em gavaz pare. Kalz tud klanv oa bet pareet dija, en eur lakasat ho digass en iliz Sant-Salver Redon. Deoc’h-tu ma oe guelet e oa mab Alan-ar-Braz toc’hor, he dad a c’hourc’hemenaz he zougen d’an iliz ; ar prins oa ker fall ma oe neubeut da c’hortoz evintan ar pare ; mæz pedennou ar venec’h astennet a stok ho c’horfou, var vein an iliz, oe selaouet gant Doue. Eur c’huezen estranch a c’holoaz oll memprou an den yaouank, hag a redaz euz divrec’h an abbat etre divrec’h he dad leun a joa hag a anaoudegez vad. N’elfen ket aichui hirio ma talc’hfen da gomz deoc’h diouz an oll viraklou gret gant an Aotrou Doue en iliz Sant-Salver Redon. Ne viot ket souezet da glevout kement a vurzudou, c’hui o peuz guelet gant o taoulagat oc’h unan pareou burzuduz great e Lourd gant ar Verc’hez benniget. Illoc goude beza iskinet relijiuset Redon, en em gonvertissaz hag a zeuaz mignon dezo ; o veza n’em gavet en iliz pa oa pareet eur c’hlanvour en eun taol, dre bedennou ar venec’h santel. Mervel a reaz an duk Alan-ar-Bras e 907.

Nikun euz he vugale ne oe henvel outan. Neuze, tra diœz da gridi, ar roue a Frans a ginnigaz d’an Normanet ar Vreiz da voasta ha da zerc’hel ganto, rag c’hoant en doa d’en em zizober anezo. Kondt Kerne ha kondt Poher a fellaz dezo brezellekaat diouz an Normanet, hogen trec’het e oant. Ne chomaz en he za a enep an Normanet e Breiz, nemet Even-ar-Braz, kondt a Leon. (Er pen kenta euz a istor ar Vreiz e ve komzet aliez euz kondtet Kerne, Leon, Goelo, Bro-Erech pe Guenet, Poher, Roazon, Porhoet ha Naonet. D’ar mare-man euz an istor, ar Vreiz a vo oll dindan an dug. Rag tri kondt Roazon a teu da veza dug ; re Gerne goude, hag Alan-ar-Barveg, dug a Vreiz, oa ive kondt a Venet, a Boher hag a Naonet.) Kondtet Roazon o doa roet d’ho breur iaouanka an douar Penthievr, lodet e daou, an eil mab oa galvet Avaugour. (Unan euz ar brinset Kerne oe Budik Kastellin, hanvet evel-ze abalamour m’en deuz savet ar ger Kastellin, var dro 1003.) Eul loden euz a Gerne, bro Keraez, oe galvet Poher ; Alan-ar-Barveg he stagaz euz ar rouantelez. Alan, mab Eudon Porhoet, galvet Alan Rohan, a varvaz er bloaz 1128 ; unan euz he voen a zemezaz da Isabel a Leon e 1263. Ar re iaouanka euz kondtet Naonet oant galvet da c’houarn Raiz hag ar Roc’h-Bernard. An hini a gommande er ger a Dol a roaz d’he vreur iaouanka ar ger a Gombour. (Evel-ze a gemere an dud a galite huel ho hanoiou).

Klevet em euz lavaret : arabad eo karout an noblans ; hi emezo, a zo penabek euz goaleuriou ar vro, eme skolaër Ker-Anna, — Arabat eo kridi kement a glever, va mab, eme Ian an dall, en eur huanadi ; guelloc’h eo sonjal, ha klask ar virionez araok kredi. Em iaouankiz p’am boa daoulagad digor mad, em euz guelet kalz tud-chentil (euz an hano-ze e velit int tud vad, rag an dud fall n’int ket chentil). Etouez an noblans ez euz tud vad, ha tud fall ; an darnvuia tud vad. M’em euz bet plijadur o sellet euz ar maneriou hag ar c’hastelliou kaër, morse n’em euz bet c’hoant d’ho c’haout d’in va-unan. Va c’halon n’en deuz bet morse goarizi. Cetu petra zo deuet e va speret, ha mont a ran del lavarout deoc’h : an noblans a zo eun dra dijuz ; an hano el lavar, beza nobl eo beza ar guella dre ar galon, ar garantez evit ar vro. An den guella er vertuziou. E peb amzer ez euz bet tud evel-ze. — En hon ker, eme eun den iaouank divardro Ker-Anna, ez euz eur famill hag a zo enoret gant an oll, pa gomz an tad, selaouet e ve he gomzou gant an amezeien, he vugale a hell bale araok oll dud ker ; rag guelloc’h int, gouestoc’h, gouiekoc’h evit ar re all ; ha neket ar re-man noblans ar ger ?

— Kavet ganeoc’h va mab, eme Iann an dall, hag eüruz ar ger elec’h en em gav an tyad tud enoret evel-ze, hag a ra skuer vad d’an dud all.

— Mad vije kement-se, eme ar Potr scol, c’hoant gantan diskuez e oa eun den euz an amzer-man, mæz ma teu an noblans euz an tad d’ar mab, a veichou e teu ar mab sod varlerc’h an tad gouiek ; ar mab fall varlerc’h eun tad mad. — An dra-ze a c’hoarvez abaoue ma oe krouet Adam ; stag eo ar goaleur-ze euz stad an den pec’her. Petra c’hoarvez en amzer zo a ren breman, ar mab sod zo goapeet abalamour d’he sotoni, hag an den nobl ne ve enoret nemet ma zeo e guirionez den chentil. An noblans a zo eur gasti evit an hini en deuz eur gundu fall pe leun a leziregez ; rag rebeichet e ve dezan he renk huel. En amzer goz an dud-chentil oa difenourien ar vro. Atao e pen ar brezel hag a skuillent ho goad evit mad ho c’henvroïz.

Neuze oa guelet an den paour o kuitaat he dy plouz, an denchentil he vaner, an den a iliz he barrez, oll ho bro karet ha ken dudius. Leun a c’hlac’har, an daoulagat karget a zaelou, darn a ie gant Mathuedoa, kondt Poher, da Vro-Saoz ; (heman oe demezet da verc’h Alan-ar- Braz hag e oe tad da Alan-ar-Barveg) ; darn all a n’em denno e Frans hag a gasso ganto, evit ho divoal euz fulor ar paganet, relegou ar sœnt euz ar Vreiz, bet kollet kasi oll evit ar vro. Mab bihan Alan-ar-Braz oa eet ive da Vro-Saoz ; iaouank flam oa. Diskuez a ree he nerz enep al loenet gouez euz koajou Bro-Saoz ; laza a ree mourc’h gouez, bleizi, ourset. Pa oa deuet en oad, e c’hoanteaz lakaat an nerz-ze da gastia enebourien he vro. Galvout a reaz an oll Vretoned deuet e Bro-Saoz ; treuzi a reaz ar mor ganto ha douari a reaz er vro-man. Neuze, evel a lavar eur verz breton : « Eur iouaden a gleviz, iouaden ar peurzorn, adalek krec’h sant Mikel tre beteg Traon-Elorn ; adalek ty sant Veltaz tre beteg pen ar bed, pevar c’horn ar Vreiz, beet al Louarn meulet. »

Alan oa leshanvet al Louarn, pe ar Barveg. Er ger a Dol, e Breiz-Huel, n’em gavaz euret unan euz ar re genta euz an Normandet. Deuet oa eno eun niver braz a bennou touzet euz an Normandi hag euz a Frans. Oll oant o tibri hag oc’h eva pa glevjont son ar biniou, ne oe ket bet klevet abaoue malheuriou ar vro. Neket kan an euret a c’hoarie ar biniou-ze, mæz kan ar brezel. N’o doa ket allet an Normandet anaout petra oa an dra-ze, pa gouezaz var ho c’hein ar Vretonet, henchet gant Alan-ar-Barveg. Lazet oa tud an euret ha na choumaz eno nemet ar Vretonet da zibri lein an Normandet. Dont a rezont goude da Sant-Briek, e pelec’h oa n’em zastumet darn all euz an Normandet, hag o laza a rejont evel re Dol. An oll baganed-ze a guitaaz neuze ar Vreiz, hag ar roue Alan, o veza pedet ar Verc’hez Vari evit he vro ha goestlet ar Vreiz dezi, a bilaz gant he sikour an nemorand euz an Normandet e kichen Naonet. Pa zeuaz ar roue Alan da Naonet, oe ret troc’hi ar spern a stanke al lec’h ma oa guechall an doriou. Ret oa ive ober kement-ze araok dont ebarz an iliz-veur. An tyez oa dismantret, distrujet oll. Ne oa choumet er ger baour-ze kristen ebet. An daelou a zeue e daoulagat ar roue o velout eur malheur ker braz. Lakaat a reaz sevel tyez el lec’h ar re goz ; rei a reaz d’ar ger-ze eun eskop nevez, hag e reaz euz he c’hallout evit renta he bobl eüruz. Mervel a reaz e 932, pa n’en doa he vab Drogon nemet eur bloaz. Drogon, fiet e daouarn ar Francisien, a varvaz, mouget, a leverer, en dour bero.

Bugale Alan a dlie beza maleürus, rag pa oa lazet Drogon, an Naonediz a gemeraz evit ho c’hondt Hoel, leshanvet ar Bastard, mæz guir vab koulskoude d’ar roue Alan-ar-Braz. Lavaret a reer dimizi an dorn kleiz euz an dimizi etre eur prins hag eur vaouez a renk izeloc’h. Er mare-ze ne oa ket lezet eun den nobl da vont gant unan ha na vije ket euz ar memez renk. An duget a Vreiz a zifennaz ar seurt dimiziou-ze hanvet goal dimiziou ; karget, eme Dom Moris manac’h, karget dre ho stad euz interest ar vro, an duget a Vreiz a zifenne loda danvez an noblans hag an dimiziou gant peb seurt tud. An tyadou tud, n’ho dije ket allet chom er memez renk, ma vije lodet an douarou. Ar mab hena a renke kemer ar stall en he bez, ha pourvei da guir ezomou an tyad ; ar baotret peurvuia a zeske micher ar brezel pe var douar pe var vor, hag ar merc’het a zimeze gant tud euz ho renk, heb na vije goulennet leve ebet diganto. An dimiziou gant peb seurt tud a vesk e goad ar vugale ar ioulou fall gant ar vertuziou, elec’h kaout bugale savet a voad divlam douget d’ar mad, evit kenderc’hel en ho renk huel. Bez euz e Breiz lec’hiou hag e ve heuliet eno c’hoaz al lezennou-ze ; e beg ar C’hap dirag enez Sizun, ar mab hena a vir gantan al leac’h ; hag a ro ho lod en arc’hant d’ar re na jomont ket gantan, hag an dimiziou na ve gret nemet etre dud savet er memez condition.

Ha kridi a rit, va bugale, a ve dimiziou eüruz ar re ve gret n’euz forz gant pe seurt tud ? Nan, nan, eur veich tremenet deveziou ar garantez birvidik, cetu n’ho deuz ket ar memez mod da gompren an traou ; unan euz ar priejou a gav mad ar pez a gav fall egile. Na garer ket ar memez parlant, ar memez doare da veva, ar memez giziou.

E leac’hiou-all euz a Vreiz, ar mab iaouanka a gemer an danvez, hag a ra ho lod en arc’hant d’ar re all.

Konan-an-Tort, mab bihan Salaün, evit dont roue a Vreiz, a reaz laza Hoel-ar-Bastard. Eun devez d’abardaez ma oa ar c’hondt Naonet o chasseal, en eur c’hoat e kichen ker, e choumaz eun neubeut varlerc’h ar re all evit len ar gousperou gant eur bælek euz he dy. Na gemeraz ket evez a oa heuliet gant eun den, heman o velout ar re all pell avoalc’h evit na vije ket klevet klemmou ar prins, a lammaz var Hoel hag he lazaz. Neuze ar muntrer en em guzaz er c’hoat. Ar bælec, leun a spount hag a c’hlac’har, a gassaz ar c’helou-ze da dud ar Bastard. Guerec’h he vreur, eskop a Naonet, a reaz ar brezel d’ar muntrer. An emgann oe e kichen Konkereux ; Konan-an-Tort a c’hounezaz var Guerec’h, ha lavaret e bet abaoue : « Evel e Konkereux ; an tort a c’houniz var an eon. » Guerec’h na choumaz ket pell beo, rag Konan a baeaz he vidisin evit he voada gant eur benvek ampoesonet. Hamon-ar-Bastard oe lazet evel he vreur ha na joumaz euz ar voen Alan-ar-Braz nemet eur mab hanvet Jezekel, anezan e teu ar famill de Bastard e Paris, e Breiz hag e Bro-Saoz.

Jaffrez, mab Konan, oe roue a Vreiz goude he dad. Ne oa ket karet gant ar bobl abalamour en doa kemeret evit pried eun Normandez. Koulskoude, douget oa d’ar relijion ha lakaat a reaz sevel en dro an ilizou hag ar c’houenchou diskaret gant an Normandet. Epad eur veaich a ree e Rom evit mont da bedi var beziou an ebestel sant Per ha sant Paol, lezet en doa Havoaz, he bried, da c’hourc’hemen e Breiz. Deuet oa ganti kenvroidi a c’hoantee kaout ar guella maneriou, ar guella douar, hag a oa kriz evit an dud divar ar meaz. Ar re-man, boazet da gaout tudchentil vad, a n’em zavaz oll enep an dud estren, hag ar rouanez a c’halvaz d’he difen ar re genta euz ar Vretonet. Eur brezel spountuz a badaz er vro epad pemzek vloaz, hag a leverer oe lazet Jaffrez er c’henta amzer euz ar brezel-ze.

UNEGVET NOSVEZ
————

Ben eun nebeut goude, kaer vije da velet
Porz maner ar Faouet, leun a zuchentilet ;
Peb kroaz ruz var ho skoaz, peb marc’h braz, peb baniel,
Evit klask an otrou da vonet er brezel.
(Barzaz-Breiz).

Epad buhez an dugez Havoaz, Alan hag Eudon, he daou vab, a oe duk assamblez ; goude maro ho mam, Alan, ar c’hossa, a jomaz duk, hag Eudon oe kondt e bro Penthievr, eleac’h maz eo breman dizonjet ar brezonek : ar c’herriou Lambal, Jugon, Monkontour ha Cesson zo euz bro Penthievr, 1034.

Pa oa Alan pemp dug a Vreiz, oa Alan Kagniart kondt a Gerne, O daou oant e brezel an eil gant egile, hag Alan Kerne en doa kollet he vadou oc’h ober brezel d’an dug. Mæz o veza bet an eur-vad da obteni da bried da Alan pemp, Bertha, prinses karet gant an dug heman evit he drugarekaat a rentaz dezan he vadou.

Pa zeuaz Alan Kerne en dro en he ger a Gemper, en doe ker buhan da ober ar brezel d’ar c’hondt a Leon.

Gouniz a reaz ar viktor, hag evit trugarekaat Doue euz a gement-ze, sevel a reaz ilis ar Groaz-Santel, e Kemperle, hag en he c’hichen eur gouent. Ouspen, sevel a reaz aoter ar viktor en ilis-veur Sant-Kaorintin, e Kemper. An dug a Vreiz a reaz ive sevel eul leandi, e Roazon, hanvet kouent Sant-Jorc’h. Adela, c’hoar an dug, en em rentaz leanez eno. El lec’h ma oa guechall ar merc’het kenta euz ar Vreiz, o kana meuleudiou d’an Aotrou Doue, na glever mui nemet sakreou ha preposiou louz ar soudardet, lakeet eno abaoue ar Revolution vraz.

Konan, mab Alan, oa iaouank flamm dug a Vreiz, e 1040. Eudon, he ountr, kondt Penthievr, oe he voard, hag en dalc’he evel prisonier. An noblans a zilivraz an dug iaouank. Guillou, dug an Normandet, a glaskaz he spounta evit ma zeuje da zenti outan. « E klask va lod e mout, eme Konan dezan ; me a renk kaout an Normandi, rag, me zo penher, ha te zo bastard. » Guillou ne lavaraz ger ; na reaz ket neubeutoc’h evit-ze. Rag eun neubeut goude-ze, Konan a varvaz o soun gant e gorn-bout da c’hervel he zoudardet, Koueza a reaz maro, skoet gant an ampoeson oa lakeet var brid he varc’h, var he gorn-bout hag he vanegou. Peb hini a velaz eno dorn venjuz an dug a Normandi. 1066.

Mab Alan Kerne, duk goude Konan, na laoskaz ket a vugale var he leac’h : Hoel, mab Alan Kerne, oa pried c’hoar Konan, kondt a Gerne dre he dad, ha kondt a Naonet dre he vam Judith. An duchentil breton a gave diœz kaout evit dug ar c’hondt a Gerne ; prisoniet oe gant Eudon, kondt a Borhoet, ha Raoul a Gael ; he vab he zilivraz. Alan-ar-Roux, mab Eudon, a dreuzaz ar mor gant Guillou-an-Normand, deuet roue e Bro-Saoz, ne glaske mui lammout ar Vreiz dizant he guir perc’hen ; ober a reaz e presant, da Alan, an douar hanvet Richmont, e Bro-Saoz.

C’hui vel, tud pere va zelaou, en amzer-ze an dud na garent ket kement ar peoc’h evel breman. Adalek an den divar ar meaz beteg ar brinset, an oll n’o doa plijadur nemet er brezel. Dont a reaz dezo eun abek kaer evit eur brezel a helle ober dezo kals a enor.

An oll gristenien oa n’em savet en amzer-ze evit mont d’an Douar-Nantel, da lemel digant an Turket bez sakr hor Salver Jesus-Krist. An dug Alan, dug goude he dad Hoel V, e 1084, hag he vab, gant kals a duchentilet, ha memez tud divar ar meaz, a ieaz d’ar brezel gaer-ze, e 1096. Ar c’herriou, ar vourgadennou a ree arc’hant evit eur veaich ken hir ; ha parrez Kraon, pe Krozon, en eskopti Kerne, a roaz he unan kement a arc’hant evit ar brezel-ze ma skrivaz hon Tad Santel ar Pab eul lizer da dud Krozon evit ho zrugarekaat ; hag abalamour da-ze ho deok, neuze ar funcher, oa bihaneet dezo. Er barrez Krozon, abaoue al lizer-ze, ar person n’en doe mui nemet an daouzegvet euz a bep tra e mare an eost. An dud a ie d’ar brezel, a zouge var ho skoaz eur groaz ; evel-ze oant galvet Kroazourien. Hag evel a lavar guerz an aotrou Goulen, eet ive d’ar brezel-ze : « Kaer oa guelet porz-maner ar Faouet, leun a dudchentil, peb a groaz ru var ho skoaz, peb a varc’h braz, peb a vaniel, evit klask an aotrou da vont d’ar brezel. »

D’ar guener, pemzek a viz gouere, er bloaz 1099, ar gristenien a erruaz er ger a Jerusalem, goude beza trec’het an Turket. Entreal a rejont viktorius er ger a Jerusalem da deir heur goude kreiz-de, heur ma oa maro hor Zalver Jesus-Krist. Breman, siouaz ! Jerusalem zo adarre dindan gallout an Turket, ha ne vo kavet pobl kristen ebet d‘he dilivra ; hag ar brotestantet Saoz n’ho deuz ket bet a vez da lakaat e Jerusalem, ar ger santel, eun eskop protestant.

Epad ar Brezel Santel pa oe kemeret Jerusalem gant ar gristenien var an Turket, a varvaz Anna a Leon, he goaz kondt Porhoët. Beziet oe er ger Josselin en Iliz ar Groaz Santel. Eno oa Morvan eskop Sant-Briek, Beneat eskop Sant-Malo, Guiomarc’h abbad Sant-Jacut ; Fraval abbad Sant-Gildaz e Rhuis ; Briand abbad Sant-Meen ; Justin abbad Sant-Salver e Redon. Anna oe beziet en abbaty savet gant an dudchentil Porhoët er bloavez 1040. Morvan eskop Guenet a ganaz an offeren hag a reaz al lidou. Budon goaz Anna a greskaz he aluzennou evit repos ene he bried.

Pa zeuaz an dug Alan euz an Douar-Santel, e kouezaz klan braz ; hag epad he glenvet e c’hoanteaz kuitaat ar bed, ma roje Doue dezan ar iec’het. O veza n’em gavet pare, en em rentaz manac’h, e 1112. He bried Hermangard n’em rentaz leanez ; c’hui peuz hallet len he istor e Buhez ar Zent. Hermangard a ieaz da gaout an den santel Robert Arbrissel, evit beza leanez en he gouent Feunteun-Evrault,

Robert oa eur bælec euz a eskopti Roazon, ha prezek a ree ar binijen d’ar Vreiz ha d’ar broiou e kichen. O veza klevet oa en Anjou, bro tost d’ar Vreiz, eul laer brudet, galvet Evrault, e c’hoanteaz he c’hounit da Zoue. Dont a reaz er c’hoat el lec’h ma oa boazet al laer-ze da choum ; Robert n’en doa nemet eur groaz hebken en he zorn. Skuiz da veza tremenet an deiz o klask an den-ze, en em daolaz da gousket e kichen eur feunteun. Pa zihunaz a velaz dirazan eun den a selle piz ountan. Robert a c’houlennaz digantan perak e selle evel-ze. Ma glaskit al laer Evrault, eme an den-man, diskuez a rin deoc’h e pelec’h e ma. Robert hen trugarekaaz, hag hen heuliaz en eul lec’h hag e kavjont pemp laer eno. Ar reman, aliet dre eur zell gant an hini en doa diskuezet an hent d’an den santel, en em daolaz da dreit Robert, Evrault oa an hini en doa henchet an den santel, hag en em daolaz he unan d’he dreid evit goulen he venediktion hag hini Doue. Ar c’huec’h laer-man, o veza gret eur binijen rust, en em rentaz menec’h, ha sevel a rejont, gant tri mil den euz a bep oad hag euz a bep kondition, goazet ha merc’het, oc’h heul Robert, ar gouent hanvet Feunteun-Evrault.

En amzer-ze e tigouezaz e Breiz eur c’hren-douar. An douar a grenaz evel ma vije o vont da zigeri ha da lonka ar c’herriou hag an dud. Goude a zeuaz eur gernez hag eur goan ker kriz ma oe skornet ar mor beteg an hanter euz he ledander. Eur gurun spountuz oe klevet en ee, hag ar vocen a zeuaz var-lerc’h oll. Dorn an Aotrou Doue n’em astenne var ar Vreiz hag a boeze kals varnezi. Alan hag he bried, en ho c’houenchou, a zave deiz ha noz ho daouarn etrezek an ee evit distrei divar ar bobl malloz eun Doue venjuz.

An eskibien a zeuas assamblez da lakaat urz e peb lec’h, ha da viret oc’h an dud d’en em rei d’an dizurchou o doa tennet var ar vro malheuriou ker braz.

An dug Konan-an-Teo a lakaaz er prizoun an dud galloudek a veve evel laeroun ; ren a reaz euz a 1112 beteg 1148.

Konan-an-Teo, dug mad ha leal, n’en doa nemet eur verc’h, Bertha, houman a zemezaz gant Alan-an-Du, kondt Richmont, euz a re Benthievr, bez en devoa eur mab hanvet Konan, na oe ket henvel euz he dad-koz. Bertha a zemezaz, goude maro Alan, da Eudon, kondt Porhoet, karet gant an oll Vretonet hag a vije bet duk, penefe Konan a c’halvaz d’he zikour ar roue fall Bro-Saoz Henri daou.

Koulskoude, pa oa an dug Konan-Bihan o ren, dont a reaz eur gernez goassoc’h evit an hini genta. Debret a vije louzeier, ruskl ar guez, ha guelet oe, ar pez na hellomp lavaret heb spount, tud o tizouari ar re varo evit ho dibri. Ar gernez-ze, e leverer, oa bet disklæriet da genta dre eur glao goad, a gouezaz var ar ger a Dol.

An dug Konan-Bihan ne oa ket eun den a galoun. Kemeret en doa aoun dirag roue Bro-Saoz ; evel-ze dont a reaz da zimizi he verc’h Konstansa, Bretounez a galoun vraz, da vab ar roue-ze, Jaffrez oa hano ar prins iaouank. Herri Bro-Saoz, tad da Jaffrez, en em reaz goard evito ho daou ; c’hoant en doa da c’houarn ar Vreiz evel ma vije bet roue ; ar Vretonet na zentent ket outan. Neuze en em lekeaz da zismantra ar vro, evel ma na vije ket bet rouantelez he vab. Heman, deuet en oad, a lavaraz d’he dad na zente an duget a Vreiz euz roue ebet nemet euz al lezen hag euz a Zoue.

Epad ma oe Jaffrez bresset gant he dad, ar Vretonet en em zavaz eiz kueich deoc’htu a enep ar roue fall-ze ; henchet oant gant Eudon, kondt a Borhoet, Raoul a Foujer, Iann a Gombour hag ar re oll a garie ar vro.

Herri a zeuaz ken kounaret euz an dra-ze, ma zisklæriaz ar brezel d’he vab. Heman, eet da lez ar roue a Frans evit goull he chikour, a oe lazet en eur goueza divar he varc’h, o leuskel eun intanvez en eur stad truezus hag ar vro dindan treid he dad. 1186.

Eurus ar re a vev e graç an Aotrou Doue ha pell euz trubuliou ar bed.

DOUZEGVED NOSVEZ
————


Ne deuz ket e Breiz. ne deuz ket eunan,
Ne deuz ket eur sant evel sant Ervoan !


Cetu e m’oun o vont da lavarout deoc’h c’hoaz istor eur minor maleürus karet dreist oll e Breiz. Maro oa he dad araok na oa ganet. Ar roue Bro-Saoz oa leun a gassoni evit he vab bihan araok zoken ma oa deuet er bed. Petra raio ar paour-kez mam evit dioual he bugel ? Ar Vreiz a blege dirag ar Saozon. An Aotrou Doue na zilezaz nag ar vro nag ar minor. Pegement a bedennou ne oa ket gret e peb iliz dirag peb aoter, nag a c’houlou koar allumet evintan dirag an oll zent euz ar baradoz ! Ar Vretoned a lavare : Mar ro Doue deomp eur paotr, hanvet a vezo Arzur, evel ar roue braz ; ha dont a raio marteze evel-t-han da drec’hi ar Saozon ! Ar roue a Vro-Saoz a felle dezan e vije roet d’an dug bihan he hano, ma vije galvet Herri. En despet d’he oll c’hallout, na hellaz ket gounit an dra-ze ; rak d’ar zul Fask vintin, an tregont a viz ebreul 1187, ganet oe eur mabik e Breiz, ha galvet oe Arzur. Nag a laouenedigez ne oe ket neuze beteg en diveza kerriou euz ar Vreiz pa zone ar c’hleier e peb iliz ! Kaer e peffe, eme an dud divar ar meaz, hon paotr-ni a zeuio a ben euz ar Saozon. Ne hellaz, siouaz ! beza koz avoalc’h evit hen ober. Koulskoude euz ar pez a reaz en he oad tener, a heller lavarout ne oa ket en em dromplet ar Vretonet pa hedent traou kaer euz ho dug Arzur.

Ar roue milliget Bro-Saoz a varvaz, hag he vab Richard Kaloun-Leon a lezaz Breiz e peoc’h, epad ma oa oc’h ober brezel en Douar-Santel. Konstansa, mam Arzur, a reaz kelen he mab gant Guehenok, eskop Guenet. Richard, deuet en dro en he rouantelez, a zeuaz evel he dad d’ober brezel d’ar Vretonet, ha da lemel he vam digant an dug bihan. « Na gemerit ket sourci ac’hanoun-me, a skrive hi d’ar Vretonet, mæz mirit mad an dug ; outan e ma ar muia kassoni. Rag ar roue Bro-Saoz a lavar a vo he unan dug a Vreiz. » Arthur oe neuze kasset gant ar Vretoned da gastel Brest, evit he zivoal a enep he yountr, e 1197.

An duchentilet euz ar Vreiz a glaske an tu da gaout en dro mam an dug bihan. Anna a Vitre, merc’h unan euz ar re genta, en em ginnigaz evit choum er prizoun e lec’h an dugez, houman a hellaz neuze dont en dro d’he mab. Enor d’ar plac’h iaouank-ze !

Ar Saozon na oant ket atao ar re grea, en despet d’an drouk a reent neuze e Breiz ; arabat kridi kement-ze. Eun devez Richard Kaloun-Leon, ar muia brudet euz he amzer er brezel, oe pilet divar he varc’h gant Alan Dinan, Breton kalounek, a henche ar Vretonet mad, en eun amzer ken trist, rag kreoc’h a oant eget ho malheur.

Richard na oa ket eun den fall, eur galoun vad en doa. Guelout a reaz he niz Arzur, hag oc’h he gaout eur paotr ker chentil, e teuaz d’he garout. Evel-ze pa varvaz, na vankaz ket da lakaat dre skrid e oa rouantelez Bro-Saoz d’an dug Arzur, raz heman oa mab d’he vreur. An hini falla euz ar voen-ze oa Iann, breur iaouanka Richard, lezhanvet Ian-heb-Madou, abalamour n’en doa rouantelez ebet da gaout. Na c’houlennaz ket kaout an hano-ze. Ne vo ket diez, emezan, mirout ar rouantelez enep eur bugel. Heman ne vo ket guelloc’h louarn evidoun-me. Ar Saozon na vint ket kountant da gaout evit roue eun dug a Vreiz : dont a rin a ben anezan. Euz an tu all, ar roue a Frans, Filip, a lavare ivez : Dont a rin a ben avoalc’h euz eur paotr iaouank evel heman ; dimizi a rin anezan d’am merc’h, ha neuze a rin euz ar Vreiz ar pez a garin. Koulskoude Arzur, tenzor ar Vretoned, na golle ket kouraich : dont a reaz a ben da blijout d’ar roue a Frans, heb he leuskel da gemer tu ebet e Breiz, ha kundui a ree ker mad ar brezel ma oa tost da c’hounit var he yountr Iann. Heman, o velout na helle ket gouniz dre ar brezel, a fellaz en em gemer en eun doare all. Galvout a reaz Guillou Desroches, lavarout a reaz dezan : Ne ket brao guelout brezel etre ar yountr hag an niz ; ma na vije ket Arzur aliet fall, dont a rafe d’ober ar peoc’h ganin. Keit a ma vo etouez ar Francisien neuz ket a voyen d’en em glevout gantan. Red eo did, evit he vad he unan, hen digass din neuz fors penaoz. Neuze ar brezel a vo aichuet, ha na c’houlennan nemet mad dezan.

Desroches, pe sod, pe traitour, a gavaz an tu da baka an dug iaouank epad he gousk, hag er c’hass a reaz d’he yountr. Aichuet oa neuze evit ar minor. Lakeet oe er prizoun en eun tour huel, var bord ar mor, e Rouen. Eno oe klasket he laza a ben diveich ; en em zifen a reaz he unan enep ar vourrevien gant eur bank ebken en he zorn. Arzur oa eur paotr ker koant, ker mad, ker karantezuz, ma lakaaz d’he garout he voard, ar falla den en doa kavet Iann evit divoal he niz. Heman oa carget d’hen renta dall. Morse an den-man, ker fall ma oa, na hellaz kemer varnezan he unan, evit ober kement-ze. Iann hebken a choumaz kriz he galoun ; rak be en doa eur rouantelez da gaout dre varo he niz.

Nag a dorfejou na ra ket ober d’an den ar c’hoant da c’hounit madou ? Dre zorn he yountr he unan oa lazet Arzur ! Ia, gouelit, Bretoned, a glev an dra-man ; neuz ket kals a draou hag a dall muioc’h ho taelou. Arzur oa dihunet e kreiz he gousk, ret oa dezan disken beteg treit an tour, ha pignat er vag, e lec’h ma hellaz guelet dre sklerijen al loar daou zen ; n’hen doa ket bet amzer da anaout he yountr, pa oa skoet e poull he galoun, gant eun taol kleze. Evel-ze e aichuaz he vuhez maleüruz, hag e oa neuze distrujet ar voen euz an duget a Vreiz. 1203. Eur iouaden a venjans a n’em skignaz en oll vro. Na choumaz gant ar muntrer nemet rouantelez Bro-Saoz ; ar Vreiz oe miret outan. Alix, c’hoar Arzur, a oe dugez a Vreiz. Ar Vretonet o doa c’hoant e zimejfe da Herri Penthievr, euz voen Gurvand, eun den euz ar vro. Siouaz, Alix, o timizi gant Per a Dreux, a veskaz ar goad breton gant ar goad gallek. Ar Gall-ze en doa neubeut a zoujans evit an eskibien hag ar veleyen, ha ken divouiziek a oa euz lezennou ha giziou ar vro, ma zeuaz kals a Vretoned d’ober ar brezel dezan, evel Rohan hag he vreudeur Herve, Konan, ha Soliman Leon, Soudan ar Faou hag Herve ar Pont.

Konan Leon, a leverer, oa eun den ker kre ma torre pen eun den gant he zorn serret hag a laze eur marc’h en or skei var he ben.

Goude kement a valheuriou, oa poent kaout bloaveziou a beoc’h. Epad hanter kant vloaz, ma vevaz an dug Iann-ar-Rouz, na oe trouz ebet e Breiz. Ar peoc’h-ze a badaz pevar bloaz hag hanter kant goude he varo. En amzer an dug Iann-an-Daou, Arzur ha Jann-ar-Mad, an dudchentilet hebken a ie d’ar brezel ; an dud divar ar meaz a joume da arat ha da balarat an douar, ha peb hini a c’houneze ez avoalc’h he vara. Pa oe brezel er vro ar parkeier oa dilezet, an eost goastet, ha goude-ze dont a ree eur gernez bennag er vro.

Tri euz an duget a Vreiz, Per, Iann I, hag he vab Iann II, a ieaz d’an Douar-Santel e pelec’h sant Louis, roue a Frans, hag eun neubeut mad a duchentil breton, a gombate enep an Turket. Daoust d’ar peoc’h oa etre rouanteleziou an Europa, epad ma oa ar rouaned en Douar-Santel, martolodet gallek a zeuaz da lakaat an tan e Leon, e kichen Brest, ha goude ar re-ze, martolodet Saozon a zeuaz da voasta Lou-Maze. 1289.

Iann-an-Daou, dug a Vreiz, oa eet d’ar ger a Lyon, e Frans, evit guelout hon Tad Santel ar Pab, en em gave neuze er ger-ze. Digouez a reaz en amzer ma oa hanvet eur Pab nevez varlec’h an hini maro diveza. Ar Pab, o tont e meaz euz an iliz-veur, a bignaz var eur marc’h hag ar roue a Frans hag an dug a Vreiz a gemere he vrid an eil goude egile, evit ober enor d’ar Pab. Pa oant deuet e kichen eur c’hoz voger karget a dud o sellet, ar voger a zifreuzaz, hag o koueza var an dug a Vreiz a zraillaz he gorf. Mervel a reaz pevar devez goude. Ar roue a Frans oe skoet e tu ar pen, hag eur mean a vlonsaz gar hon Tad Santel ar Pab.

En amzer an dug Iann-ar-Rouz, e oe ganet e maner Kervarzin, e bro Landreger, eur bugel, bet eur sant braz, sant Youen eo, patron an advocadet. He dad oa Helouri Kervarzin, hag he vam a oa Kenkiz. Hi a lavaro aliez d’he mab : Ret e did beza sant ; hag hen a lavare dezi : Sant a glaskan beza. Hag, evit guir, bugel evel ma oa, ober a ree peb tra evit gloar Doue. Pa zeuaz en oad en em rentaz bælek ; ha neuz bet den mignon d’ar beorien evel sant Youen. Ho divoal a ree enep ar re disleal ; evel-ze oe hanvet Advokat an dud paour. Eun devez ma en doa roet d’ar beorien an oll draou en doa, a zeuaz eur paourkez da c’houll digantan an aluzen ; sant Youen a dennaz he gapot divar he ben hag hen roaz dezan.

Deoc’h-tu pa vije gret an eost, guerza a ree he id, hag ober a ree an arc’hant d’an dud paour. Unan euz he barossianis a lavaraz dezan : Perag na rit ket evel-doun-me ? na verzan va id nemet da ben ar bloaz, hag e c’hounezan pemp guech muioc’h evit na reet. — Me, a lavaraz sant Youen, a c’houniz kant guech muioc’h pa roan anezan d’ar beorien.

Eur veich ma oa o prezek e Locronan-Kerne, an aotrou Koatpont a ieaz e meaz euz an iliz pa bigne ar sant er gador. Sant Youen oc’h he velout a lavaraz a vouez huel : « Ma vije aman trompil an diaoul (ar biniou) ha teir pe pedir plac’h iaouank da zansal, e vije choumet hennes aman ; mont a ra kuit pa ve komzet euz a Zoue. Kastiet a vo er vuhez-man. » Hag evit guir an aotrou-ze oa sæziet en he gorf, ha ne gavaz ar iec’het nemet pa oe digasset var bez ar sant, goude he varo. Kals a vurzudou zo bet gret var bez sant Youen pe Ervoan, galvet gant ar Vretonet ar Bælek santel da Zoue.


Nez euz ket e Breiz, nez euz ket eunan
Nez euz ket eur zant evel sant Ervoan.

Enoromp ha pedomp atao ar zent en hon ezomou.



TRIZEGVED NOSVEZ
————


Gwezklen a lavare : men toue, sent ar Vreiz,
Tra vezo beo eur Saoz, na vo na peoc’h, na reiz
Ra sternet-c’hui ma marc’h ha ma sterner timad,
Ma zaimp dezi raktal, da c’houd hen hell pad !
(Barzaz-Breiz).


Arzur daou, mab Iann-an-Daou, a varvaz er bloaz 1312.

Ar Vreiz oa bet kant bloaz e peoc’h pa varvaz Iann-ar-Mad, e 1341. Pa oe dug, oe savet e Paris eur skol evit ar Vretoned, dindan hano skol Kerne, hag eun all dindan hano skol Landreger.

Setu m’euz breman da gomz deoc’h c’hoaz euz eur brezel rust, a badaz pevar bloaz varnugent. Ar brezel-ze a oa er vro oll, ken e Breiz-Huel, ken e Breiz-Izel, e Kerne, e Leon, e Landreger, e Guenet, e Roazon, e Sant-Briek hag e Naonet. Neuze an dud na hellent ket kals lavaret, evel ma lavaraz Salaün ar foll d’ar zoudardet a c’houlenne digantan a be du oa : N’oun na da Vleiz, na da Vonfort ; n’oun nemet servicher d’ar Verc’hez Vari. Rag peb Breton a gemere tu evit unan euz ar brinset a goumbate etrezo ; hag er memez ty a n’em gave a veichou breudeur euz eun tu, ha breudeur euz eun tu all.

Charlez, pried Ianned an dugez a Vreiz, en dije bet an oll vro evintan ma n’en dije Iann a Vonfort kemeret an tenzor, hag gant an arc’hant-ze a beaz sourdardet, hag a gemeraz Brest, Roazon, Henbont, Guenet, Alre, Keraez, ha kerriou all c’hoaz. Iannet, pried Charlez Bleiz, a oa ar guir dugez ; ar brezel a reaz dezi he yountr Yann Monfort oa heb guir ebet. Neket heman an diveza guech m’an deuz eur yountr laeret eur gurunen divar goust he niz pe he nizez. O veza klevet en doa Charlez Bleiz, pe Charles de Blois, goulennet sikour ar Francisien, mont a reaz Iann da Vro-Saoz evit goull sikour ar Saozon. Evel-se en em strinkas, evel brini, var ar Vreiz, Francisien, Saozon ha Spagnolet. Profit vije bet n’ho dije morse na Charlez, na Iann, galvet er vro na Saozon, na Francisien.

Charlez, o veza kemeret ar ger a Naonet, a reaz he adversour prizounier hag er c’hassaz da Bariz d’ar roue a Frans. Pa glevaz Ianned, pried Iann, e oe prizouniet he fried, pignat a reaz var varc’h, hag o kemerout he mab bihan etre he divrec’h, hen diskuezaz d’ar bobl e Roazon o lavarout : Na gollit ket kaloun, va zud ; mar d’eo paket an dug, setu aman he vab, hen rei a ran deoc’h da virout. Ianned na gollaz ket amzer : mont a reaz da zifen ar ger a Henbont a enep an dug Charlez. Diæz oa dont ebarz er ger, en dro dezi oa soudardet Charlez Bleiz. Ianned a gavaz buhan an tu da vont e ker. En em viska a reaz evel eur goaz, hag heuliet gant tri c’hant den kalounek, e teuaz etouez an enebourien. Lakaat a reaz an tan en ho zinellou, hag epad ma oant stravillet, o klask mouga an tan, ec’h antreaz er ger a Henbont. 1341.

Ar Spagnolet, a heulie Charlez Bleiz, o doa evit kabiten Luis Spagnol, den kriz ha na ree van evit laza Bretoned, neuz fors oc’h pe du e talc’hent. Heman a gemeraz Guengamp ha kerriou all, ha dont a reaz beteg Kemperle e pelec’h e lazaz kalz a dud. Dre eur vad, e teuaz eno soudardet Monfort, epad ma oa kousket ar Spagnolet, laza a rejont an darn-vuia anezo.

Ar Saozon a oa ker kriz hag ar Spagnolet ha kasseet muioc’h c’hoaz gant ar Vretoned. Na hellent tremen en henchou, nag e parkeier Breiz nemet a vandennadou rag pa vijent neubeut e vijent lazet deoc’htu gant an dud divar ar meaz. Eur vaz, eur fals, eur forc’h, eur falc’h, peb tra oa mad evit skei var ar Saozon. Ar roue a Frans ne oa ket guelloc’h eget ar Spagnolet hag ar Saozon. Epad ma oa gret eun arzao-brezel, 1343, evit en em ziskuiza ha lezel amzer da nevezi an armeou, lazet oe e Paris, dre drahison pevarzek Breton, abalamour ma talc’hent da Vonfort, heman ne oa ket karet gant ar roue a Frans. Herve a Leon, bet prizounied ha kasset da Vro-Saoz, oe galvet gant ar roue Edouard, hag a lavaraz dezan ; Breton, Filip, roue a Frans, en deuz lazet da genvroiz abalamour a oant a du gant Monfort. Me a alfe ive da laza abalamour ma talc’hez da Vleiz. Kea da lavaret da Filip : Edouard Bro-Saoz na heulio morse ar skuer fall en deuz roet dezan. Herve a Leon a gouezaz klan var ar mor ; koulskoude, araog mervel, ober a reaz he zigass dirag ar roue Filip evit rebeich dezan maro he genvroiz, 1344.

Ar brezel a goummansas adarre. Charlez a zeuaz a enep Kemper ; mont a reaz dy dre ar Parkosty, en tu ma teue ar mor varlae ar steir, hag a c’hlebie beteg mogeriou ker. En devez-ze an dour a choumaz pell euz ar mogeriou, dre eur mirakl dleet, a levereur, da zantelez an dug Charlez. Siouaz, soudardet Charlez oa pell da veza santel eveltan. Mont a reent da gement hini a gavent hag ho laze en despet d’ho c’hlemou ha d’ho daelou. Charlez en doa da genta lakeet evez evit na vije ket distrujet an ilizou, na gret drouk d’ar veleyen, hen oe spountet o velout ar goad o redek beteg ar steir, hag ar c’horfou maro astennet var an douar. Guelout a reaz eur bugel o klask denna he vam maro, leun a vouillen hag a voad. Leun a horrol hag a geuz, e chourchemenaz aichui al lazerez. Dived e oa : mil pevar c’hant den oa bet lazet en devez-ze e Kemper. Heuliet m’euz, pa oan bugel, ar brocession vije gret pep bloaz e Kemper, guechall, en dro d’ar vered, evit an dud lazet en deiz-ze.

Epad ar brezeliou-man, a zeuaz da veza brudet dre he galoun vraz, he speret lem hag he vadelez evit an dud divar ar meaz, eun den iaouank hanvet Bertrand Guesclin. En he vugaleach oa bet eur goall baotrik : ne glaske nemet kan, ha dont a ree atao d’ar ger gant dillat roget, he gorf blonset gant eur goall daol bennag. Koulskoude bet eo bet ar c’henta brezellekaer euz he amzer. D’an oad a bemzek vloaz, e c’hounezaz kalz a enor en eur c’hoari-brezel oa bet e Roazon etre ar re genta hag ar re vella euz ar zoudardet Breiz. Guesclin oa a du gant Charlez Bleiz, ha guelloc’h oa e unan enep ar Saozon eget eun arme. Guesclin a respountaz da eur Saoz, a drueze dirazhan maro kement a dud er brezel ; Mad, emezan, ma varv kant mill den er brezel, ar re all vo pinvidikoc’h.

Ar Saozon a glaske kaout Roazon. An dud euz ar ger a oa prest da vervel gant an naoun. Kals a dud divar ar meaz a zeue gant ho c’hirri da verza id d’ar Saozon. Guesclin ho c’hontraignaz da zont e ker, e pelec’h oa paet mad ho id dezo. Pa oe debret an ed-ze, stad ar ger a zeuaz ker fall hag araok. Penhoat, gouarner Roazon, a gavaz an tu da gaout kik evit eun neubeut amzer. E kichen mogeriou Roazon, oa eun toull braz, dirak eur prat, hanvet Prat-Raoul, e pelec’h ar Saozon o doa daou vil ben-moch ; Penhoat a reaz lakaat eur viz dirag ar park en unan euz an doriou, ha tenna var diskouarn al loen-ze. Ar moc’h all, o klevout karmou ar viz, a redaz ebars e ker. Pa velaz ar Saozon ar pez a zigoueze, e klaskjont derc’hel al loenet er prat ; mæz na oant ket gouest d’he ober. Ar moc’h a zeuaz oll e ker, hag ar Vretoned a c’hoarze a galoun vad. 1357.



PEVARZEGVET NOSVEZ
————

Pembroc’h a lavare neuze
Da Dinteniak pa dostaë :
Dal tol ma goaf mad, Tinteniac,
Daoust hag eo hen eur gorsen goak ?


Monfort oa maro daou vloaz goude ar pen kenta euz ar brezel, 1343. Sebeliet oe en iliz ar Groaz-Santel e Kemperle. Bleiz oa deuet enep ar Saozon el lec’h hanvet Karrek-Derrien, pe e gallek La Roche-Derrien. Deuet oa an noz : ar Saozon hag ar Vretoned oa kousket pa zeuaz varnezo eun arme all a Zaozon da gombati ar Vretonet. Charlez a zihunaz ar reman, ha gouniz a ree var ar Zaozon, pa zeuaz sikour dezo digant ar re a oa e ker. Neuze oa tro ar Zaozon da c’hounit. Ar prins Bleiz a n’em gavaz e unan etouez ar Zaozon ; na gollas ket kaloun. En em lakaat a reaz tost da eur vel-avel oa e kichen ; hag o sellout euz an enemiet, kombati a reaz evel eul leon. Trivec’h taol sabren a reaz dezan trivec’h gouli. Ar Saozon o kaout truez outan a lavare dezan renta dezo he gleze. An dug a Vreiz a revuzaz : Renta a rafen va c’hleze da eur Breton, emezan, biken ner grin da eur Saoz ! Eur Breton a n’em gavaz etouez ar Saozon, Charlez a roaz dezan he gleze. Goloet a c’houez hag a voad, an dug oa lakeet var eur guele plun. Ar c’habiten Saoz a reaz he deurel var eun neubeudik plouz. Ar prins santel a offraz he boan da Jesus, ha na zigoraz ket he c’hinou evit en em glem. Kasset oe goude da Vro-Saoz e pelec’h a ziskuezaz ar brassa santelez.

Mar en dije an dug Charlez Bleiz heuliet he c’hoant n’en dije klasket rouanlelez ebet var an douar : na brije nemet rouantelez an ee. Bemdez e kleve diou pe deir offeren er parkeier araog ar gombat. Aufrez Montbourcher a lavare dezan eun devez : « Aotrou dug, ar Saozon zo tost, re a amzer a gollit aze. — Montbourcher, eme an dug, ni gavo atao kasteliou ha kerriou ; mar deont gant ar Saozon ni ho c’hemero adarre. Mar kollomp an offeren n’omp ket gouest da zic’haoui ar c’holl-ze. » Bemdez e roe he unan boued da bemp paour varnugent hag e vouelc’he dezo ho zreid. Iun a ree diou pe deir gueich ar zizun ; rei a ree kals aluzennou ; atao a zouge eur c’houriz reun. Bemdez e lenne da dud he dy leoriou a zoujans Doue. Neket evintan he unan a ree ar brezel, mæz evit he bried Ianned a Vreiz.

Pa oa maro Iann Monfort ha pa oa Charlez er prizoun, ho friejou Ianned, intanvez Monfort, ha Ianned, greg Bleiz, a guntinuaz ar brezel evel kent. Ar Saozon a ree kement a zrouk er vro ma oant galvet ar Saozon gouez. Kemer a reent an dud divar ar meaz evit mevelien ; troc’hi a reent an id araok na oa ao evit rei d’ho c’hezek ; lakaat a reent an tan en ho zyez, ha laza a reent al loenet. Beaumaner, denchentil a Vreiz a du gant Charlez, a ieaz da gavout Bembro, Saoz, a du gant Monfort. « Penaoz, marc’hek saoz, eme-he, ha n’ho peuz ket a vez da ober brezel d’an dud divar ar meaz ? — Neuz pobl ebet trec’h deomp, eme ar Saoz ; sarrit ho kinou, Bretonet, rag n’oc’h ket tud. — Guelet vo, eme Beaumaner, mar kirrit, tregont euz va re a n’em ganno gant tregont euz ho re c’hui. »

Evel-ze, d’ar bevare sul euz ar C’horaiz, d’ar seiz varnugent a viz meurs er bloaz 1351, a n’em gavaz tregont Breton ha tregont Saoz en eur blenen, e hanter hent etre Joslin ha Ploermel. Ar Vretoned o doa koveseet oll ha kommuniet araok ar goumbat.

Eno en em gavaz Tinteniak hag he vreur Alan, Ar C’hoat, Mellon, Pestivien, Keranrais , Goyon, Trésigidy, etc.

Ker buhan en em lakejont enep ar Saozon. Skei a rezont heb truez. An taoliou a gouez evel taoliou ar morzol var an anne. Ar goad a red evel ar glao goude eur bar arnez. Neuze oa klevet klem ar marc’herien er c’hoaz (er boan), ker rust eget mouez ar mor braz. Adalek goulouik an de en em gannont bete kreizde ; adalek kreizde beteg an noz en em gannont enep ar Saoz. An aotrou Robert Beaumaner a lavaraz : Sec’het am euz, ia sec’het braz, ken a droc’haz outan, Ar C’hoat (Dubois a respountaz) : M’ar teuz sec’het, potr, ev da c’hoad ! « Kar d’ar Vretoned na vije, e ker Joslin neb a vije, neb a ioue o velout hor re tont en dro, bleun balan var ho zok-houarnou. » Evel-ze lavar guerz an Tregont. Savet euz hirio eur peulvan, pe pilier-mean, e plaç ar goumbat-ze, ha lenn a reer varnezan hanoiou an tregont Breton o doa trec’het ar Saozon en deiz-ze.

Mab Montfort, o veza deuet en oad, a zeuaz e Breiz da gontinui ar brezel ; ha Charlez o veza roet d’ar roue Bro-Saoz he zaou vab evit prizounerien en he blaç, a hellaz dont ive da goumbati. Na lavarin ket deoc’h an oll draou digouezet en amzer-ze, daoust a ma zint oll kaer da lavaret ha da glevet. Re a amzer a implijfen evit-ze. Dont a ran d’an amzer ma aichuaz ar brezel-man.

Da vouel sant Mikel Arc’hel, er bloaz 1364, an diou arme en em gavaz an eil dirag eben. An diou vaniel oa euz ar memez liou, ho diou karget a herminet ; var bep hini oa merket : Mervel kent en em souilla ! Potiùs mori quam fœdari ! Trista tra eo guelet eur brezel etre tud euz ar memez bro. Neuze a ia ar breur a enep he vreur, ar mignoun a enep he vignoun.

Charlez, goude beza sakramantet, a renkaz he zoudardet. Montfort a ree sin ar groaz, hag a vouele o sonjeal er goad a vije skuillet en deiz-ze, ha c’hoaz goad breton. Setu Yoland, ki an dug Charlez, a redas beteg Iann Montfort, hag a lipaz he zorn, evel m’an dije gret d’he vestr. An dud a lavare na vije bet biken ar c’hi-ze da eun all nemet d’an dug a Vreiz ; abalamour da ze Montfort oe laouen da velout ar c’hi-ze o tilezel he vestr evintan. Pegement a dud, evel ar c’hi-man, a zeu da zilezel ho mæstr pe ho mignon pa teu da veza malheüruz ! Guesclin, gant eur morzol en he zorn, a skoe var ar Saozon, euz tu Montfort. Ugent a lammaz varnezan hag he bilaz divar he varc’h ha gret oe prizounier. Charlez a gouezaz ive en ho daouarn ; eur Saoz a roaz eun taol kleze dezan en he choug. Ar prins santel ne hellaz lavarout nemet ar c’homzou-ma : O Doue, va Aotrou ! Haa ! Domine Deus !

Ar Vretonet oant peurvuia euz tu an dug Charlez. Biken Montfort n’en dije gounezet penefe ar Saozon. An dugez a Vontfort en doa en dro dezi muioc’h a noblans Saoz eget tuchentilet Breiz. E peb emgann e vije kavet Bretonet maro euz arme Charles, ha deuz arme Montfort ne vije kavet etouez ar re varo nemet Saozon. Nag a baïzantet a zo hanvet Bloaz abalamour oant bet ho zadou soudarded Charlez de Blois. Ar Saozon n’ho doa kement a gassoni euz an dud divar ar meaz nemet abalamour ar re-man a garie an dug Charlez.

Pa oe klevet var dachen Alre, e oa lazet an dug Charlez gant ar Saozon, ar guir Vretonet a gemeraz kement a velkoni, ma na fellaz mui dezo chom beo var he lerc’h ; n’em daol a rejont a nevez e kreiz an emgann, nan evit gouniz, mœz evit mervel. Eno oe lazet brezelekaerien dispar : Rohan, Leon, Dinan, Rieux, Kergorlay, Raiz, Quintin, Avaugour, Lohéac, ar Pont, Bastard, Budes-Guesbriand, Sylvestre ar Fouillée hag ar rest.

Evel-ze a varvaz ar santela prinz euz he amzer.

Charlez en euz gounezet eur plaç etre ar re vella euz an dud a vrezel, ha muioc’h c’hoaz kurunen ar zænt. Abaoue he iaouankiz a ziskuezaz eur furnez vraz hag a oa skuer an oll dud iaouank.

He furnez na reaz nemet kreski gant an oad. He zevotion evit sant Youen a reaz dezan sevel en he enor eur werz kaer epad maoahe unan prizounier e Bro-Saoz ; ton ar c’hantik oa komposet ive gantan, hag e oa kanet e meur a leac’h euz ar Vreiz, ar werz-ze oe lennet gant eur relijius euz a Guengamp hanvet Derrien, pa oe komzet da lakat Charlez e renk ar zænt, e 1371. (Hon tad santel ar Pab Leon XIII a gendalc’h da lakaat Charles ar Bleiz e renk ar zænt).

Epad ma oa dug a Vreiz, eur paourkez dall eveldoun-me, o choum er ger a Jugon, a zeuaz da c’houll digantan eun dra bennag. Bleiz n’en doa netra varnezan, rei a reaz d’ar paourkez unan euz he vanegou : Deuet varc’hoaz, emezan, ha diskuezit din va maneg, ha me ouezo ar pez a c’houlennit. Ar paourkez, o veza deuet e meaz, a gassaz maneg ar prins d’he zaoulagad, hag a zeuaz raktal dezan ar guelet. Bez an dug Charlez Bleiz, pe de Blois, a veler c’hoaz en iliz vihan e Guengamp galvet Introun Varia an oll Graçou (Notre-Dame-de-Grace), e pelec’h he gorf santel, a leverer, a reaz kals a viraklou. Meulet ra vezo Doue !




PEMZEGVED DERVEZ
————


Digouet eo an otrou Ian en dro,
Digouet eo da ziwal he bro ;
D’hon divoal dioc‘h ar c’hallaoued
A waska var ar Vretonet.
(Barzaz-Breiz).


Goude maro Charlez, Iann Montfort oa dug. Tremenet en doa he oll iaouankiz e Bro-Saoz, ha karout a ree ar vro-ze marteze dreist he vro. En he amzer e oa ar Saozon e Kemper, e Lesneven hag e Montroulez. Tud Montroulez ho c’hassaz kuit ha Montfort a gassea ar Vretoned abalamour d’an dra-ze.

Ar Vretoned a reaz neuze brezel d’an duk-ze hanter-Saoz. Rohan a lammaz digantan ar ger a Venet, Laval a gemeraz ar ger a Dol, Ploufragan a gemeraz eur ger e kichen Sant-Briek.

Guesclin, neuze konnetabl a Frans, da lavaret eo, kabiten an oll armeou, a gemeraz ar ger a Vrest, Alre ha Derval. Ann oll Vretoned o doa kassoni ouz ar Saozon. Montfort a rankaz neuze tec’hout e ty he vignonet a Vro-Saoz. Pa zeuaz Guesclin da Vrest, Salysbury, ar Saoz, a zeuaz d’he gombati. Guesclin en doa prizounerien saoz, ha Salysbury en doa prizounerien breton. Klisson, gouarner Brest, den kriz, heb lavarout ger da Guesclin, a reaz dibenna ar Saozon en eur park balan hag ar bleun melen a zeuaz ru gant ar goad. Ar Saozon, o velout ar c’hrisder-ze, a loskaz eur c’hri a c’hlac’har, klevet euz Plogastel beteg Lanveok e Krozon. Neuze, o veza lazet ar Vretoned oa etre ho daouarn, ar Saozon en em daolaz var soudardet Guesclin gant kement a arraich, ma renkas heman kuitaat Brest. Ar roue a Frans, o velout an trouz-ze etre an dug hag he zujidi, a lakeaz embann e oa ar Vreiz dezan, pa guir oa an dug kasseet gant he genvroiz, ha ma oa kasset kuit euz ar vro, 1378. Neuze ar Vretoned, o tigeri ho daoulagat, a lavare : Ar roue-ze a gred e zeufomp da veza Gallaouet ker buhan euz a Vretonet ma zomp. Nan ! nan ! Guesclin, kasset e Breiz gant ar roue a Frans, oa dilæzet en eun taol gant an oll Vretoned ha skriva a ree d’ar roue Bro-C’hall : « Guelloc’h eo din dilezel va c’harg hag he renta deoc’h. Abaoue oun dilezet gant va c’henvroiz, me a zo evel eul lapouz troc’het dezan he ziouaskel. » Raktal ma oa klevet an embann-ze euz ar roue a Frans, Rohan, Laval, Malestroit, Montafilant, La Hunaudaye, Kerimel, Goyon, Kersaliou, Roujoux, Penhoat, Montauban ha Kelen a guitaaz Paris.

Neuze Iann Montfort oe galvet en dro. Pa zigouezaz e kichen Dinan, an duchentil hag ar bobl en em daole er mor beteg an daoulin evit he zigemer. Intanvez Charlez Bleiz he unan a zeuaz da zigemerout Montfort ha da ober dezan aliou mad evit savetei ar vro, rag hi e doa e guirionez eur galoun breton. Ar bobl a zeue gant ar veleyen hag ar c’hroaziou var an henchou evit he zigemer. Ar Gallaouet oa trec’het. Eun dra gaer meurbet evit ar Vretonet eo da veza, en amzer ma oa an dug er meaz euz ar vro, savet ho unan ar funcher evel ma vije bet er ger. Ne oa dispignet nemet ar pez a oa dleet ; hag an nemorand oa rentet d’an dug gant he oll draou a dalvoudegez pa zeuaz en dro er vro. Na pebez respet, pebez doujans o doa hon tud koz evit ar re ho gouarne ! E pelec’h vo kavet eur bobl hag en deuz gret kement all ? An aotronet Fontenay, Kerimel, Goyon, La Houssaye, Montafilant, Beaumaner, La Hunaudaye, oa bet karget da gemer soursi euz peb tra epad ma oa an dug en harlu, euz a 1374 beteg 1379.

An dug a velaz a dlie beza ar Vretonet tostoc’h d’he galoun eget ar Saozon, hag ar Vretoned a gomprenaz ar raolt zo eur pec’het.

Evit diskuez d’he duchentil he anaoudegez vad, Montfort a roaz dezo da zougen var ho guiskamand eur guelc’hen aour gant an hermin a Vreiz, hag ar c’homzou-man : Da va buhez !

Pa varvaz intanvez Charlez Bleiz, he bugale oa c’hoaz e Bro-Saoz, ha n’ho doa ket arc’hant avoalc’h evit dont e meaz euz ho frizoun. 1384. Richard, roue a Vro-Saoz, a c’halvaz eun devez dirazan Iann ha Guillou, bugale da Charlez Bleiz, « Mar kirrit, emezan, va anaout evit ho roue, m’ho kasso d’ho pro, hag a rin deoc’h ar Vreiz da c’houarn. — Guelloc’h deomp mervel pell euz a Vreiz, emeent-hi, eget he lakaat dindan gallout ar Saozon. » O Breiz ! ma oa neuze da barkeier ha da veachou leun a zrez, kalonou da vugale oa leun a vertuziou hag a garantez evit te !

Abaoue emgann ann Tregont, ar Vretoned oa brudet muioc’h evit kent. Sylvestr Budes, euz a voen Guesbriant, a zigasse hon Tad Santel ar Pab en dro e Rom, euz pelec’h oa bet kasset kuit gant tud fall. Dek euz an Allmagn o veza goulennet kombati gant Sylvestr hag he dud, an dek Breton a c’hounezaz ar viktor var an dek Allmand.

En amzer-ze, Guesclin a gouezas klan epad ma klaske kemer ker Kastel-Nevez-Randon, e Frans. Alc’hueou ar ger-ze oa digasset en amzer ma varve ar c’habiten braz-ze, var he archet, 1380. Ar Breton ker brudet-man oe sebeliet etouez ar rouaned a Frans, en iliz Sant-Denez, e Paris. Ouspen ma oa Guesclin eur soudart vaillant, be oa ive eur c’hristen mad. Den n’en doa mez neuze da heulia ar relijion katholik.

Ho pe sonj, eme Guesclin d’he soudarded, c’hui, tud a vrezel, a renkit atao espern an dad konsakret da Zoue, ar vugale, an dud koz, ar merc’het, ar paourkez pobl.

Klisson, soudard vaillant ive, mæz eun den kriz, en doa demezet he verc’h Mac’harit gant mab hena Charlez Bleiz. Montfort a gredaz a glaske Klisson kaout ar gurunen, hag abalamour d’an dra-ze hen lakeaz dre drahison en eun tour huel e kichen Guenet. Na gredaz ket ober an taol-ze nemet dre guz, o c’hourchemen da Bazvalan he laza ; Bazvalan oe karget d’he zivoal en tour-ze. Laval, Beaumaner ha Bazvalan, tuchentil breton, a n’em daolaz da dreit an dug evit na raje ket eun torfet ker braz. An dug n’ho selaouaz ket ; koulskoude na hellaz ket sarra he zaoulagad epad an noz. D’ar fin, he voad o veza deuet ienoc’h, spountet oe euz ar pez en doa ordrenet, hag e vouelaz epad an diveza loden euz an noz. Da c’houlou-deiz, Bazvalan a zeuaz d’he gaout. « Ha gret-teuz ar pez m’euz gourc’hemennet did deac’h ? eme an dug da Bazvalan. — Ia, va aotrou, emezan, — Tec’h kuit, eme an dug, ha na zeu biken mui dirazoun. » Kement a c’hlac’har en doa an dug, ma na fellaz ket dibri en deiz-ze. O klevout kement-ze, Bazvalan a zeuaz adarre da gaout an dug, hag a lavaraz dezan e guirionez ne oa ket lazet Klisson. Rag gouzout a ree mad an dug en dije bet eur c’heuz braz da veza gret eur seurt torfet. An dug, laouen meurbet, a roaz e presant kant mil liurz d’he servicher mad en doa espernet dezan eur pec’het bras.

Meur a vloaz goude, Klisson, konnetabl a Frans, evel oa bet Guesclin, a ree ar brezel d’an dug Iann. Montfort o veza deuet koz, hag o velout a dostae ar maro outan, a fellaz dezan en em unani gant he adversour ; kinig a reaz ar peoc’h da Glisson. Heman n’en doa ket ankoet ar fæçon disleal ma oa bet laket en eun tour huel e Guenet : aoun en doa na raje an dug goab anezan, hag e lakeaz lavarout dezan ne iaje d’he gavout nemet digass a raje dezan he vab he unan. An dug a gassaz deoc’h-tu da Glisson, e Joslin, he vab Iann, bugel a c’huec’h vloaz. An dour a zeuaz e daoulagat Klisson o velout pegen guir oa c’hoant an dug da veva a unan gantan. O veza poket d’an dug bihan, dont a reaz gantan da gaout he dad, heman araok mervel, he greaz goard evit he vab. Skuer kaer roet da viken d’an dud o deus kassoni etrezo. 1399.

Var dro an amzer-ze oa kavet ar mod da ober ar poultr ; araok, ar zoudardet n’ho doa ket a fuziliou, nemet goaf, kleze, hag armou euz ar sort-ze, evit ar gombat.




C’HUEZEGVED NOSVEZ
————


En ho ty pedaz Olivier Klisson
vit dont a benn euz ar Saozon ;
Enn ho ty pedaz Beaumaner
Ha Charles Bleiz an dug ker ;
Ar potr stard Bertrand Duguesclin
Bedaz ive e Josselin.
An Scour.


Mac’harit, merc’h Klisson, a zeuaz eur veich da gaout he zad, hag a lavaraz dezan : Pa eo bet ker sod an dug da lakaat he vugale etre ho taouarn, æz e deoc’h laza an dug bihan ha lakaat va re en he blaç ; va bugale zo bugale vihan da Charlez Bleiz, hag int bugale koant.

Klisson, o klevout he verc’h o komz evellen, a reaz diou pe teir gueich sin ar groaz, evel ma vije bet an diaoul dirazan. Tec’h kuit, emezan, gant eur voez ker kree ma spountaz Mac’harit, terri a reaz he gar o tisken re vuhan an diri.

Var dro an amzer-ze, er porz Kamelet, e Breiz-Izel, oa meur a lestr saoz, e miz kerzu 1402. Ma vijent bet adversourien, na vijent ket chomet pell eno. Deuet oant da glask Ianned, intanvez Montfort, a ie da zimizi d’ar roue Bro-Saoz. D’ar c’henta deveziou euz ar bloaz goude, dont a reaz ar brinses euz ar Fret da Gamelet, e parrez Krozon, evit ambarki var eul lestr saoz da vont d’he bro nevez. An eured-ze na reaz ket d’ar Vretonet beza mignon d’ar Saozon.

Oven Glendour, euz a Vro-Gall, a c’houlennaz Bretoned d’he sikour a enep ar Saozon.

Kals a Vretoned a dreuzaz ar mor gant ar baron Riek, da zikour ar Vretoned tremor. Daou borz euz a Vro-Saoz oa devet ganto, hag ar Saozon o veza deuet, evit en em venji, da attaki Brest, oa pilet gant dud ar barreziou var dro.

An amzer-ze zo bet ar falla evit ar Francisien. Ho roue en doa kollet he skiant-vad ; ar Saozon oa perc’hen euz an oll Frans, ha guelet oe eur roue saoz o tougen, ouspen he hini, ar gurunen fleur de lizen. Ar vro oll oa ravajet ; ne oa nemet brezel pe lazerez,

Kigourien Paris, elec’h laza loenet, a laze tud. An hini galloudek avoalc’h a ree d’ar bobl pea. An dug a Vreiz, deuet en oad, a glaske lakaat ar peoc’h ha dizamma ar bobl euz he boaniou. Doue oa hebken gouest da zavetei ar Frans. Furnez ha skiant an dug, peger braz bennag ma oant, na helle ket rapari malheur ar Francisien. Ar Vretoned hebken a jouisse euz eur peoc’h braz ; na oa guezet malheuriou ar Frans nemet gant ar re a heulie an dug pa ie da Baris. Trouz zo e Paris, a glever, eme an den divar ar meaz d’he amezek, ha lavarout a reont ar roue a Frans zo deuet ker paour ma na hell pea he voutou-ler, hag he zujidi zo goassoc’h c’hoaz.

Eur plac’h iaouank divar ar meaz, ne doa beteg neuze nemet divoallet al loenet, oa choazet gant Doue evit savetei ar Francisien.

Hi e deuz kasset kuit ar Saozon, rentet ar gurunen d’ar roue, hag ar peoc’h d’ar vro. He hano oa Ianned. Mont a ree d’ar brezel, ar c’henta atao, gant eur baniel en he dorn kleiz, hag en he dorn deou eur c’hleze, na c’hlebaz morse a voad. Pa en doa bet eun taol bennag, na ree van, rag Doue a ree kaloun dezi.

E kreiz ar peoc’h euz ar Vreiz, 1420, dont a reaz kelou oa bet paket an dug Iann gant Mac’harit Klisson, ha martreze e vije lakeet d’ar maro.

An dug oa bet pedet gant ar c’hreg fall-ze da vont d’he c’hastel ; dont a reaz heb aoun ebet. Pa oa deuet etouez bugale Mac’harit, ne oa ket lezet da vont kuit. Mac’harit oe divez avoalc’h evit hen insulti er prizon, hag o sonjal guelout ar gurunen var pen he bugale vihan, a lavaraz dezan ar c’homzou-man euz ar Magnificat : Deposuit potentes de sede et exaltavit humiles.

An dugez, pried Iann, o velout kement-ze, a zeuaz gant he bugale iaouankik flamm, guisket e du, da ginnik d’an duchentil dastumet e Guenet, he oll draou kaer evil pea ar soudardet. N’en doa ket ezom da lavaret muioc’h, ar Vretoned a felle dezo kaout an dug er meaz euz ar prizon. Oll gerriou, oll madou Mac’harit hag he bugale oa kemeret hag hi paket gantho. Rannet oe oll madou Mac’harit d’ar soudardet ; ha Guillou, unan euz he bugale, exilet, a vouelaz kement he vro karet ma gollaz ar guelet. Evit trugarekaat ar Verc’hez da veza hen diouallet er prizon, an dug Iann en deuz laket sevel eun iliz kaer er Folgoat, e kichen Lesneven, var bez eun den innosant, a garie kement an Introun Varia. En he amzer ive e varvaz, e Breiz, sant Visant-Ferrier, sebeliet gant an dugez he-unan.

Iann a varvaz e 1442.

Pa oa Fanch kenta dug a Vreiz, oa eur benherez euz an ti braz Rohan, hanvet Francesa Dinan. Koant oa, penvidik ha iaouank flamm ; n’he doa nemet pevarzek vloaz.

Estimet hag enoret oe abalamour m’an doa braouentez ha pinvidigez, hag abalamour da ze a oe pen abek euz a kalz a valeuriou. Maget oa bet assamblez gant Arzur, pe Arthur Montauban, denchentil ker koant hag hi ; en em garet a reent ho daou. Euz ar pez zo gouezet euz ho istor, ec’h heller sonjeal n’int ket bet diorroet gant relijion avoalc’h, rag m’ar vijent bet douget mad d’ar relijion, en despet d’ar ran-galoun o deuz allet santout euz ho disparti, na vije ket bet kement a valheuriou abalamour dezo ho daou : dibaod eo guelout tud iaouank en em garout e Doue. An dug Fanch, a garie kals Montauban, hag a c’hoantee he zimizi gant Francesa ; Jili, breur an dug, o tont euz a Vro-Saoz, a velaz Francesa, hag he goulennaz da bried. An dug na roaz ket he c’hrad-vad d’he c’houlen.

Jili a zemezaz neuze ganthi, en despet d’he vreur ; hag evel ma oa an dug e koler, evel just, ec’h en em dennaz gant ar plac’h nevez, e kastell Guildo, a oa dezan he unan. Ouspen, goulen a reaz digant he vreur he lod euz he zanvez. Arzur, den leun a dechou fall, ne oa ket eur Breton mad, mantret oa he galoun pa oa bet lammet digantan he vuia-karet, kaout a reaz an tu da lakaat kassoni etre an daou vreur.

Eun istor goal trist em euz da lavarout deoc’h aman, va mignounet, proui a raio deoc’h beteg pelec’h ar ioulou fall a hell kundui an den, pa n’ho c’hombater ket, hag etouez ar passionou pe dechou fall an den, n’euz ket goassoc’h eget an avi hag ar venjans.

Arzur Montauban a hellaz dont a ben da lakaat an dug Fanch, den jalouz pe avius, da gredi a laboure he vreur Jili da gemer he dron.

Fanch a reaz barnout Jili ha goulen a ree he varo. Mæz ar varnourien breton na oant ket nec’het d’ober eur seurt torfet. Per ha Jili en em daolaz da dreid an dug evit goulen trugarez, ha kaloun an dug oa tenereet evit eun neubeut.

Ar prins Jili oa bet kelennet e Bro-Saoz, hag be en doa en he dy mevelien saoz, a garie kalz ha na blijent tam d’ar Vretonet.

An dug Fanch a roaz urz dezan da gass kuit ar Saozon euz he gastel. Jili na reaz man evit an dra-ze. Fanch, dallet dre ar goler hag ar gassoni, a lakeaz en he ben d’he lakaat e prizoun ; n’hen dije kavet Breton ebet d’ober kement-ze, reet oe dezan goulen soudardet digant ar roue a Frans evit-ze. Ar prins Jili oe paket æz avoalc’h, rag sonjeal a ree n’en doa ket ezom mui da gaout aoun rag he vreur.

Arzur a Vreiz, yountr d’an dug ha da Jili, a rebeichaz d’ar roue a Frans klask diskar goen an duget a Vreiz, ha kuitat a reaz deoc’h tu Paris evit dont e Breiz da zavetei he niz Jili. Arzur a Vreiz, en despet d’he oad, rag koz a oa, en em daolaz da dreid an dug Fanch evit goulen buhez he niz.

Kaloun an dug oe kaletoc’h eget an dir. Na bleo guen he yountr, na daelou he zaou vreur, na reaz dezan truez ebet evit he voad. Hag, e leverer, n’en doa ket a vez da ober goab anezo. An dug ne hellaz ket ober barnout he vreur, rag ar Vretoned o doa disklæriet n’ho dije biken lezet laza ar prins Jili. Ma na oa ket bet ar prins iaouank fur na sentus, n’en doa ket koulskoude meritet ar maro.

Fanch, o velout na helle ket lakaat kondaoni he vreur, rag ar Vreiz oll a c’houlenne he savetei, a reaz lakaat he vreur Jili e prizoun e kastel la Hardouinaye, hag he roaz da virout d’he voassa enebour Arzur Montauban ! Heman koulskoude oe guelloc’h e kenver Jili eget he vreur propr. An dug a lavaraz dirag daou zen : Me garfe guelet va breur o font d’ar baradoz. Avoalch oe evit lakaat an daou zen-ze da glask laza Jili en eur ampoesoni he vouet. Jili na varvaz ket var an taol. Neuze oe diskennet en eun toul tenval, ha leiz, hag e oa lezet da vervel gant an naoun. Eur c’hreg iaouank divar ar meaz, o veza klevet klemmou truezuz, a ziskennaz e kichen an toul, ha bemdez a zigasse dezan eun tam bara du ha dour, dre toul eur prenestik ; setu aze magadurez eur prins a Vreiz.

Jili a n’em gave semploc’h bemdez, goulen a reaz digant ar c’hreg-ze hag hi a halje klask dezan eur c’hoessor. Eur manac’h n’en doa ket aoun da zisken en toul, hag o tostaat he skouarn euz ar prenestik a zelaouaz koession ar prins o font da vervel. Neubeut goude, an dug a Vreiz a dremene, gant he heul, trez Sant Mikel. Laouen oa, rag gouneet en doa var ar Saozon, ha komz a ree gant levenez d’an duchentil oa en dro dezan. An abardaez oa ; dont a ree tenval, rag an noz a dostae. Guelet oa koulskoude var eul lec’h huel eur manac’h o hedel an dug hag he heul. Pa oant deuet tost dezan, an den Doue a c’houlennaz komz gant an dug he unan. « Aotrou dug, emezan, ho preur Jili zo maro ; ha galvout a ra ac’hanoc’h da varnedigez Doue a ben daou ugent devez. » O klevout kement-ze, an dug na gomzaz mui gant levenez. Leun oa a dristidigez ; ha daou ugent devez goude, mont a ree dirag Doue. Ra ve bet gret trugarez dezan !

An hini oa bet ar pen-kaus euz maro ar prins Jili, da lavaret eo Arzur Montauban, a n’em dennaz euz ar bed ; Doue hebken a hell guelout e goelet ar c’halonou, hen a oar ma oe guir ha sincer he binijen. Mervel a reaz arc’heskop a Vourdel.




SEITEGVED NOSVEZ
————


Paotret Plouieou a lavare :
Deomp-ni da c’hout hon digare.
E Kemper d’al ma erruzont…
Diskaret Leiz a dier,
Nemet hini eskop Kemper ; hini Rosmadec…
(Barzaz-Breiz).

An dug Per ha Francesa Amboaz, he c’hreg, a veve evel breur ha c’hoar ; ho zy oa evel eur gouent, ha rei a reent d’ar bobl ar skuer euz an oll vertuziou.

Per II, evit kaout arc’hant, rag he vreur Fanch daou en doa gret dispignou braz, a zonjaz, dre guzul an dud vraz, sevel eun dail nevez, e 1451. Pa glevaz an dugez vad an dra-ze, mont a reaz da gaout he fried hag en eur gozeal brao outan a reaz dezan chench sentimant. Per, mad e kenver ar bobl, a zervichaz Doue hag a reaz kalz aluzennou. Parcens subjectis, devotus, largus egenis.

Pa gouezaz an dug Per en he ziveza klenvet, ar vedisinet a lavare na hellent ket he barea ; kuzuliet oa da c’halvout kelc’herien pe sorcerien. Guelloc’h din, eme an dug, mervel a berz Doue evit beza pareet dre c’hallout an diaoul.

Francesa Amboaz, an dugez eürus, lakeet e renk ar sænt gant hon Tad santel Pi IX, ha roet gantan da batronez d’ar Vreiz, en deuz bet kalz da c’houzanv en he buhez. Savet oa bet gant eur zantez, Janet a Vro-C’hall (ar Frans) pried an dug Jan V. D’an oad a bemp bloaz, Francesa a rede gant eur garantez vraz da gichen an dugez Janet pa ziztroe euz a gomunia ; ha diskuez a ree, en oad tener-ze, kement a garantez evit Jesus e Sakramant an Aoter, ma oe roet aotre dezi da vont eur veich an amzer d’an Daol Santel gant an dugez, rag houman a gomunie aliez. An deveziou ma komunie, oa deveziou eüruz evit an dugez vihan. Mervel a reaz er gouent e doa savet er Kouets, e Naonet, hag a lavare aliez d’he leanezet : Grit ma vezo Doue karet ar muia ganeoc’h ha gant ho nessa ; an dra-ze da genta ! « Santez Francesa Amboaz, dugez mad ha santel, pedit evit ho Preiz, gant aoun ne ve servichet an Diaoul eni muioc’h eget Doue ! »

Tostaat a ree an amzer ma vije staget ar Vreiz euz rouantelez Frans. Kals a duchentil a ie da chom da Baris hag a zileze ho bro, ha mez o doa da gomz brezonek ; ar c’hiz gallek oa ar c’hiz karet. Kals a Francisien a brene douar e Breiz, hag a reize ho merourien hag ar re a bae tail dezo, dre lezennou gallek. An dud-man, boazet d’ar c’hiziou ha d’al lezennou brezonek, ha da gaout tuchentil breton evit ho mistri, a n’em zavaz a enep an dud nevez-ze. Parrez Plouie, e kichen Keraez, oa an hini genta d’ar gombat.

« Malloz ru, eme ar Vretoned, var an duchentil nevez, rederien Gall, ganet e korn eur park balan, na zellont. mui euz ar Vreiz. »

Dont a rezont da Gemper da gomz gant ho aotrounet. Ar reman, elec’h ho selaou, a lazaz tregont anezo. Tri mil den divar ar meaz a n’em daolaz neuze gant arraich var Kemper, ha lakaat a rejont an tan e ker, ken a grier : Aiou, aiou, paotred Plouieou ! An tyez oa diskaret, nemet hini an eskop, an aotrou Rosmadek, mad evit an dud divar ar meaz. An eskop a ie dre ger hag a lavare dezo : « Paotret Plouieou, it var ho kiz ; na vo torret mui ar c’hiz breton.» Ar re-man a zentaz outan, rag, emeent, an aotrou Rosmadek a zo euz goad rouaned Breiz hag a zalc’h mad d’hon c’hiziou,

Pa oa deuet paotret Plouieou e meaz euz a ger, e teujont da Bratanraz, e parrez Penharz. Tud euz a Gemper, o doa redet var ho lec’h, a reaz dezo tec’hout beteg eur prat, e kichen hent ar Pont ; eno oe lazet kement a Blouieziz, ma eo hanvet abaoue Prat-Mil-Goff. Iann hag he zaou vreur euz a Blouie a henche ar Blouieziz, hag ar reman a lavare da Iann epad ar gombat : Dalc’h mad, Iann, te vo dug a Vreiz.

An dug koz Arzur ne oa ket euz ar re o doa mez da veza Breton ; divoall a ree giziou ar vro, ha na blegaz morse he ben dirag ar roue a Frans. C’hoant en doa da gass kuit ar Saozon euz ho enezen ; d’he renta evel guechall d’ar Vretonet. Mervel a reaz re abred evit kement-ze ; mervel a reaz seiz miz goude ma oa bet disklæriet dug. M’en dije bevet pelloc’h, pe bet dug kentoc’h, na Francisien, na Saozon na vijent deuet a ben euz ar Vreiz.

An hini oa hanvet dug goude Arzur, oa Fanch, mab bihan da Iann pevare. Ne oa ket ker stard a galoun eget Arzur, ha pa varvaz, ar vro oa hanter kemeret gant ar Francisien. Ar Saozon, devet e Krozon en amzer an dug Per, oa bet pilet eno, dont a rejont e Leon, e kichen Brest, pa oa Fanch dug a Vreiz ; an dud divar ar meaz hag an aotrounet Kimec’h, Rosmadek, Tyvarlen ha Pratanraz ho c’hassaz kuit buhan avoalc’h.

Per Landais, mab eur c’hemeneur euz ar ger a Vitre, oa deuet da veza mignon braz d’an dug Fanch, ha Guillou Gueguen oa mignon braz da Landais. Nikun anezo ne oa mignon d’ar bobl, rag ho daou oant fogerien ha didruez evit ar re na blijent ket dezo. Lakaat a rejont Chauvin, den prizet ha karet gant an oll, da vervel gant an naoun, ar ienijen hag er glac’har, ha d’he vugale mont da glask ho bouet. Ar re genta euz an duchentil a n’em unanaz gant ar bobl evit ober d’an dug kass kuit Per Landais. Kerouzere, Kermorvan, Molak, Pluskellek ha kals tuchentil all a zeuaz da gaout an dug. Hogen heman n’ho selaouaz ket, siouaz. Per Landais a reaz dismantra ho maneriou, troc’hi ho guez, hag a aliaz an dud d’ho laza evel loenet gouez. An dra-ze na reaz nemet direiza mui-oc’h-mui ar Vretoned ; dont a rezont e foul e porz ty an dug, hag ar bobl a zeuaz beteg an diri. Fanch a gassaz he vreur kaer, ginidik euz a Frans, da gomz d’ar bobl dre gaer. Heman, teo ha lard, en doa beac’h o tremen etouez ar bobl-ze, na heane da ioual evit ma vije roet dezan Per Landais d’he bunissa. O tont en dro, ar chondt gallek a lavaraz da Fanch : « Aotrou dug, guelloc’h ve din beza roue var deg kant mil loen gouez eget beza roue ho Preiziz ; ret eo deoc’h roi dezo Landais, ar c’henta ar guella. » Neuze an dug Fanch, o kemerout he vignon Landais dre an dorn, he roaz d’ar bobl, oc’h he bidi da ober trugare dezan. Raktal oe barnet ha krouget.

Koulskoude Fanch an daou oa eun dug mad, gouiziek hag a garie an dud a labour mad. Savet en doa eur skol brudet e Naonet. Fanch en deuz digasset e Breiz tud da voula al leoriou. Er bloaz 1490 oe moulet, e Guenet, brevial ar veleyen, gant Fanch Hailbrun, hag er bloaz 1499 Iann Kalvez a voulaz leor Katholikon, brezonek, gallek ha latin.

En amzer an dug Fanch a veve Mikel Koulm, pe Kolomb, euz a Leon ; heman a gizelle ar mean. Fanch a garie kement he zujidi ma oe guelloc’h gantan guerza he draou kaer, kemer arc’hant var he zanvez, eget sevel founcher braz.

Eun devez en em gavaz gant eun den paour, hag o veza kustum da gozeal gant kement hini en em gave var he hent, n’euz forz peger paour e oa, a c’houlennaz digant heman da belec’h a ie ? An den paour, heb sonjal piou oa nep a barlante dezan, a respontaz : Mont a ran d’ar ger dosta evit kaout arc’hant euz an daou-man ; va greg vo lakeet da servicha, ha va c’hillok vo guerzet bremaik evit sikour pea an dug. Avoalc’h en devoa klevet an duk Fanch ; difen a reaz pea an dail-ze ken. Ne oa ket guisket kaer ha ne oa ket pinvidik, hogen ne oa ket er vro eun den braoc’h a gorf, na guelloc’h a speret hag a galoun. Be en deuz ive kemeret soursi euz istor ar Vreiz. Allaz ! ne oa ket nerzuz avoalc’h a enep an dud a gundu fall : an dra-ze a reaz malheur ar vro. Dug a oe epad 30 vloaz, abaoue 1458 beteg 1488.

Setu m’euz breman da lavarout deoc’h istor ar Vreiz deuet da veza staget euz rouantelez Frans. Ar brezel oa diskleriet d’an dug a Vreiz gant ar Francisien, hag e teujont e Breiz dre dri hent : dirag Ploermel, Guenet ha Naonet. An dug a velaz neuze skler a felle d’ar Francisien lammout he vro digantan ; galvout a reaz he bobl d’he zifen. Kemerout a reaz, dre an dorn, he verc’h Anna, en doa neuze daouzek vloaz. Dont a reaz ganti en iliz, ha neuze a reaz dezi toui, dirag an aoter, ne lezje biken ar Vreiz da vont gant ar Francisien na gant pobl all ebet. Lod euz an noblans a douaz ive. Ar Francisien a dostae mui-oc’h-mui. An dug oe tost da goueza etre ho daouarn. Pemzek kant Breton, ar groaz var ho zok, a zeuaz euz a Voerand da Naonet evit savetei an dug. Pemzek kant oa neubeut enep ar Francisien ; an dud divar ar meaz a zeuaz gant filc’hier ha benvijou a bep doare da zikour ar Vretonet ; ar Francisien oa pilet evit ar veich-ze. Trec’het euz eun tu, dont a reent euz eun tu all. Lavarout a rezont d’ar re Roazon : « Digorit deomp ho toriou. » Ni n’hon deuz aon na dirag ar roue, na dirag ar Francisien, emee an dud a Roazon.

Koulskoude, ma dije padet ar brezel, ar Vreiz ne dije ket harzet. Eun emgann braz e kichen ar ger Sant-Aubin a reaz fin d’ar brezel.

An dug a skrivaz d’ar roue a Frans evit kaout ar peoc’h. Ar roue n’en doa ket a c’hoant d’he ober, rag gouzout a ree a helle kemer ar Vreiz, ker skuiz e oa ar vro gant ar brezel. Gui Rochefort, denchentil a Franç, leun a furnez hag a lealdet, a lavaraz : « Doue en deuz roet deoc’h ar rouantelez a Frans, ar Vreiz ne ket deoc’h. Perag lemmel ho leve digant ar re all ? Grit ar peoc’h gant an dug a Vreiz. » An den fur oa selaouet ; ar peoc’h oe gret. Koulskoude, ar roue a Frans a viraz gantan Sant-Malo, Dinan ha Foujer. An dug Fanch a varvaz gant an anken.

Ne oe ket stad truezussoc’h eget hini ar Vreiz, pa varvaz an dug. Ar Francisien na reent van evit ar peoc’h. Ker paour oa deuet ar vro dre ar brezel, ma na oa evit moneiz nemet tammou ler elec’h arc’hant. Eur plac’hig a zaouzek vloaz, Anna he hano, oa karget da zivoal ar vro : hi a ouie ar grek hag al latin, hag a skrivaz, da unek vloaz, Istor-ar-Vreiz.

Rohan, an hini huella euz an noblans e Breiz, a heulie ar roue a Frans enep he vro. Prins divirion [2], evel lavar eur verz euz he amzer. Pa zeuaz Rohan gant ar Francisien evit kemerout Guengamp, oe lavaret dezan : « Na vo digoret deoc’h an nor nemet pa laro an dugez Anna, dezi eo ar ger-ma. » Gouiket, divoaler ar ger, o veza bet gouliet, he c’hreg, Tomina al Lean, a reaz labour he goaz.

Anna oa klasket da zimizi gant kalz a brinset. Unan anezo, Albret, oa koz ha divalo braz, c’hoant en doa da gemer Anna en despet dezi, hag hi, evit tec’het dioutan, a bignaz var varc’h hag a ziredaz dirazan.

Charlez, roue a Franz, a gemeraz neuze eun doare guelloc’h da zont a ben euz ar Vreiz. Goulen a reaz Anna da bried. Pa oa lavaret an dra-ze da Anna, en doa neuze pevarzek vloaz : « Penaoz, eme-hi, hallin karout unan en deuz gret kement a zroug d’am bro, ha gret din eur brezel ker kalet ? Roet em euz va ger d’am zad na zimezfen biken da eur Gall. » Ar re goz a lavare dezi n’he doa nemet an dimizi-ze evit savetei he bro hag he buhez. Neuze Anna a stouaz he fen ; d’ar c’huerc’h a viz du 1491 a drokaz he c’hurunen a zugez evit an hini a rouanez.

En despet ma oa demezet enep he c’hoant, Anna, evel eur guir Vretonez hag eur guir gristenez, oa evit ar roue a Frans ar guella pried. Pa zeuaz da veza intanvez, dont a reaz en dro etouez he Bretoned muia karet ; ar roue nevez n’en doe ket a beoc’h, kent n’en dije eureujet gant an dugez a Vreiz.

Anna fur, devot, euz eur vuhez direbeich oe karet hag estimet dreist gant ar roue, Louis XII he galve gant karantez he Vreizadez.

Epad ar pemzek vloaz ma oe Anna pried Louis XII, lakat a reaz da ren e palez Bro-C’hall ar memez giz e oa bet e palez ar Vreiz, en amzer Jannet a Frans ha Francesa Amboaz. Eno e vije kelennet ar merc’het iaouank da ren eur vuhez fur ha divlam ; desket e vijent var ann oll skianchou mad. Anna, goude he deveriou a relijion, a dremene he amzer gant ar merc’het iaouank-ze, o labourat gant an nadoz pe gant ar verzid ; hi a gomze ker brao ma o doa plijadur da zont da gozeal ganti, kanadet ar Rouanet, ha kannad hon Tad santel ar Pab, an eskibien, an dud gouiek, ar skrivanourien, an dud a ree guerziou kaër. Ne savaz trouz ebet morze etre ar Roue Luiz hag ar rouanez Anna, nemet pa reaz ar roue-man brezel d’hon Tad santel ar Pab Jules II, e 1510. Goulen a reaz da genta digant ar roue gant kalz a zaëlou senti ouz ar Pab : ar roue n’he selaouaz ket ; neuze hi a lavaraz d’ar Vretonet diskuez dre skrid ho melkoni.

Goude-ze ne oa mui duget e Breiz. An dugez Anna oa karet gant ar Vretoned ; n’ho deuz ket allet he dizonjal. Roet ho deuz he hano da galz a lec’hiou ; ha kalz chapeliou a zalc’h he donezonou.

An dugez vad-ma na dremenaz devez ebet hep kemer sourci euz he fobl. Mervel a reaz da seiz vloaz ha tregont. He c’horf a jomaz ker kaer ha ker fresk var ar vazkaon, ma lavare an dud oa an dra-ze ar rekompans euz he buhez diviam. 1514.


TRIVERC’HVED NOSVEZ
————


Setu soudardet ar vro, soudardet unanet,
Evit difen ar guir feiz rag an hugunodet,
Evit difen Breiz-Izel rag Bro-Zoz ha Bro-C’hall
Kement a wast hor bro-ni egis an tan-goal.
(Barzas-Breiz).

Pemzek kant vloaz goude donedigez hor Salver, eun den hanvet Luther a brezegaz enep ar feiz katholik, lavaret a ree ne dlee den senti euz hon Tad Santel ar Pab, na kemerout kuzul ebet evit ar vuhez, nemet pep hini euz he speret, he c’hoant, hag he volontez.

Eul lezen ken æz da heulia, ha na zifenne drouk ebet, a oa selaouet gant meur a hini.

Darn euz ar bobl, e peb rouantelez, a zilezaz ar guir feiz euz ho zadou koz evit heulia an hini nevez. Ar vro Spagn hebken, etouez ar rouanteleziou, a chomaz bepret oll katholik ; an dud o deuz redet atao buhanoc’h var hent an ifern eget var hent ar baradoz.

E Breiz, neubeutoc’h a dud a droaz kein d’an iliz katholik. Koulskoude, Renan Rohan ha re all c’hoaz oa hugunodet, hano roet d’an dud-ze.

Pa oa maro Herri trede, roue a Frans, ar gurunen a dlee tremen da Herri pevare, kenta euz ar Bourbonet. Heman, savet gant he vam er feiz hugunod, na blije ket d’ar bobl ; gret oe brezel dezan.

Guelet on euz diaraok en doa diskuezet an dugez Anna hag ar Vretonet, beleyen ha tud fidel ar Vreiz, ho doujans vraz evit hon Tad Santel ar Pab, en amzer ar Roue Lois XII ; an duget a Vreiz hag ho zujidi o deuz diskuezet e peb amzer ho c’harantez evit ar Pabet. Ne oa ket chenchet kreden ar Vretonet, hag evel-ze na fellaz ket dezo a gren kaout eur Roue protestant. Meuli a hellomp anezo da veza dalc’het mad evit mirout ar Rouantelez euz eun hevelep darvoud.

Unvaniez ar gatholiket a enep ar relijion brotestant (la ligue) en deuz saveteet ar guir relijion. Bugale Voltair o deuz renket gedal pevar c’hant bloaz araok kuntinui dre ar revolution 1789 al labour fall bolc’het gant ar brotestantet evit dizc’hrienna ar relijion euz kalon ar Francisien hag ar Vretonet. Satan oa bet trec’het dre unvaniez ar gatholiket, skignet en deuz adarre he lasou hag er bloavez 1877 nag ar Frans nag ar Vreiz n‘ho deuz diskuezet ho melkoni pa zeo bet savet patrom an den impi Voltair var ruiou Paris ; beteg ar bloaz-man 1893 n’ho deus diskuezet ho feiz nemet re neubeut.

Filip-Emmanuel Lorrain, dug a Verkœur, oa en amzer-ze gouarner a Vreiz. He bried oa Mari Luxembourg, heritourez Charlez Bleiz. Evel-ze, ma vije chomet an traou evel ma oant kent, hi a vije bet dugez a Vreiz.

Filip, o velout ar bobl ober ar brezel da Herri pevare, a sonjaz e vije æz dezan dont da veza dug a Vreiz.

Na ziskleriaz ket freaz avoalc’h he c’hoant d’ar bobl a Vreiz, ha pa zeuaz Herri pevare d’en em gonvertissa, ar Vreiz a zeuaz adarre da veza lod euz ar rouantelez Frans.

Meur a vloavez a dremenaz araok ma teuaz Herri pevare da veza katholik ; hag epad an amzer-ze e tigouezaz e Breiz meur a dra m’euz da zizkleria deoc’h.

Roazon, Vitre ha Brest oa euz tu ar roue. E Leon, na oa nemet ar maner Kerouzere euz kostez ar roue Herri.

Ar vro Leon oa oll evit Merkœur, ha guelloc’h oa ganto mervel eget kaout eur roue hugunod.

Evel m’euz lavaret deoc’h, e vije bet muioc’h a dud c’hoaz gant Merkœur, m’ar en dije lavaret freaz a c’houlenne beza dug e Breiz. An dud a heulie ar roue Herri, ne oant ket oll hugunodet ; be oa ive en ho zouez katholiket mad, a gave dezo a oa Herri ar guir roue, hervez ar guir lezen, ha neuze oa kontrol da lezen Doue ober brezel dezan.

Kridi a reent, ma teuje ar peoc’h er rouantelez, Herri a zeuje d’ar relijion vad. Ar pez a erruaz, dre drugare Doue, d’an devez merket gantan.

Evel-ze, pa lavaran e oa Brest, Roazon ha kerriou all a du gant ar roue, an dra-ze ne zinifi ket e oa an oll dud hugunodet er c’herriou-ze,

Koulskoude, e Roazon, oa tyez, e pelec’h a n’em zastume an hugunodet evit heulia ho c’hiz euzuz, dibri assamblez en dro da eun daol eur pred evel ar prejou a gemeromp bemdez, evit ober henvelidigez euz Sakramant an aoter. E kastel Blain, an hugunodet a brezege bep noz, en iliz, oa d’an hini brassa euz a dudchentil Breiz, Renan Rohan. Heman a vije bet unan euz ar re vella euz he amzer, m’a n’en dije ket heuliet an herezi nevez.

Gant joa e lakein aman ar pez a skrivaz an aotrou le Bastard de Mesmeur pa reaz moulla skridou an aotrou Moreau chaloni a Gemper, bet test euz a gement en deuz skrivet e amzer ar brezeliou-ze. Ar c’henta kontrat gret gant ar gatholiket evit difen ar relijion oe sinet e 1577, eme an aotrou gouiek Mesmeur. E Breiz ne oe sinet nemet er bloavez 1589. Kombati a reaz neuze ar bobl breton o velet ar Brotestantet distruj an ilizou, diskar an aoteriou, terri skeudennou ar sænt, skeudennou an ebestel o deuz digasset deomp sklerijen ar Feiz. An dug a Verkœur a lavare ive d’ar Vretonet e oa he vir beza dug a Vreiz, hag e dije distaget adarre ar Vreiz euz ar Frans, an dra-ze a blije kalz d’ar bobl.

Ar pez a zo talvoudeka d’an den eo he garantez evit ar relijon ; an dug a Verkœur a ouie mad e brije ar Vretoned ar relijion dreist peb tra. Atao o deus ar Vretonet prijet traou an env muioc’h eget traou an douar, ho daoulagat a zo bepret savet etrezek ar Baradoz ; eno ma ho oll esperans.

Va zad a skrive kement man e 1836 ; hag en or lenn ar skrid-ze anter-kant bloaz goude, aoun on deuz no defe abaoue Tregeriz ha Kerneviz dinac’het feiz ho zadou koz. Ar Morbihan ha bro Leon a zo chommet c’hoaz ar bobl breton-ze a ren he vuhez dre an huela euz ar menoziou ar relijion katolik !

Kazi an oll duchentil, an oll eskibien, hag an dud divar ar meaz oa euz tu ar gatholiket hanvet e gallek la Ligue. Ar vourc′hisien, e Frans, oa kazi oll hugunodet ; e Breiz, oa neubeut. Koulskoude an darn vrassa euz ar varnerien e Kemper oa tost euz an herezi-ze, ha klevet oa unan o lavarout ha pa vije bet ar roue eun diaoul gant kerniel ken hir hag he vrec’h, heuliet en dije he lezen. Ar bobl a Gemper a reaz dezan n’em denna er ger a Vrest gant he gonsortet.

E Lokronan, eun den iaouank kalounek, hanvet Trogoff, kabiten eno evit ar roue, a zestumaz eun neubeut tud evel-t-han, ha dont a reaz da sikour Jakez Beaumaner, baron ar Pont. Bemdez a zeue an den iaouank-ze e meaz euz ar c’hastel gant he vanden, hag a ree kalz a zroug d’ar re euz tu ar gatholiket.

Lezonnet, gouarner Konk, oe galvet e Kemper ; mont a reaz gant kanoliou d’ar Pont, ha gantan an aotrounet Goulen, Faouet, Karne, Kosker, Pengily ha kals a re all, ha tud divar ar meaz euz ar barreziou Penmarc’h, Goyen ha Douarnenez. Trogoff oe lazet gant eun ten pa oa o sellout dre brenest ar c’hastel. Lezonnet a zeuaz ebarz hag a gavaz eno kals arc’hant hag eun horolaich, a gassaz da Gonk. Ar pez a reaz lavarout : Klevet ve e Konk horolaich ar Pont.

Konk, zo eur ger vihan, e kichen Kemper, kemeret oe gant an hugunodet d’ar seitegved euz a viz genver 1576.

La Vigne ha Kermassonnet, tuchentil euz a Vreiz huel, oa kabitenet an hugunodet, ne oant nemet tregont ; skriva a rezont d’ar Rochell, e Frans, e pelec’h oa n’em dastumet an darn vuia euz an hugunodet, evit goulen diganto soudardet, ha lavarout dezo pegen avantaichus vije d’an hugunodet chemel mistri e Konk, e pelec’h, gant avel mad, ar batimanchou a hell dont euz ar Rochell en eun devez hag eun nosvez.

Kermassonnet a lavare d’he gonsortet n’ho doa ket ezom da gaout aoun dirag ar Vretoned euz a Vreiz-Izel, rag na ient d’ar brezel nemet pa vijent laosket da vont gant ho groagez. Hag oc’h ober goab euz ar Vretoned o komz gallek, a lavare : Moi aller point en guerre, si mon femme ne donne congé. Koulskoude, kerkent a ma oa deuet an hugunodet e Konk, ar c’hleier a zone en oll barreziou tro var dro evit galvout an dud divar ar meaz d’ar brezel. Dont a rezont gant an antrounet Tinteniak euz Kimerc’h, Tyvarlen euz Kerharo, Kelenek euz Kerjoli, Koat-Bihan, Fanch ar C’hastel, Alan Bodigno, Plœuk ha kals a re all.

Konk oa bet kemeret da greiz-de gant an hugunodet, ha da deir heur ar c’helou a zeuaz da Gemper, euz a belec’h ann aotrou Pratmaria a zeuaz gant ar baysantet da gombati an hugunodet.

Pell a badaz ar brezel eno, ha Konk a chome gant an hugunodet.

Charlez ar Briz, marc’hadour, ginnidik euz a Gemper, o veza deuet d’he dy, e Konk, a gavaz eno, kousket var ar guele, an aotrou Kermassonnet hag eun all. Kermassonnet en doa alc’hueou ar ger staget oud he vreac’h. Mar vije bet kemeret an alc’huez, dihunet vije bet deoc’h-tu.

Charlez a ouie pegement a zroug a alje an hugunodet da ober : o kemerout an daou boiniard euz an daou aotrou-ze, rei a reaz da bep hini anezo eun taol mad, hag ho lazaz heb ho dihun. Kemerout a reaz an alc’hueou ha redek a reaz e tu an nor, dirazi oa ar paysantet o klask antreal e ker evit he dilivra euz an hugunodet,

Eun den, var ar mogeriou, o velout ar Briz o redek evellen, a gredaz oa digouezet eun taol fall bennag, hag a redaz euz he du evit dont en nor araok ar Briz.

Heman a redaz ive euz he oll nerz.

Pa oa an den all-ze tost d’an nor, ne gavaz ket eul lec’h da zisken, rag ar voger oa huel. Lammout a reaz en traoun koulskoude, hag eur mirakl oa n’en doa ket torret he c’houg. Tost oa d’ar Briz. Heman na anaveze ket an alc’hueou, koulskoude e kavaz deoc’h-tu, dre eur mirakl all, an alc’huez mad, ha digori a reaz an nor, en oc’h c’hervel ar Vretoned. Konk a zeuaz neuze d’ar gatholiket, dre skiant ha furnez Charlez ar Bris.




NAONTEGVED NOSVEZ
————


Evelse e gomzer er zal,
Pa zeue ar benherez er bal,
Rag Markiz Mezl oa erruet,
Gant he Vam hag he heul braz meurbet…
Va Mam itroun, ha me ho ped,
D‘ar Markiz Mezl n‘em roit ket.
(Barzaz-Breiz).

Kemperle oa miret evit an dug Merkœur, gant ar markiz Mezl, pried penherez Keroulaz. Dont a reaz eno mil den euz a Frans, var gezek, da hanter-noz. Skei a rezont var an nor euz tu Guenet, An nor oa sarret. Staga a rezont outi eur pakat poultr, hag e lakeont an tan en nor. Kavout a rezont an oll kousket, hag æz oe dezo kemerout an arc’hant, kaset eno evit beza miret guelloc’h. Fanch-ar-C’hastel n’em dennaz d’he vaner Kastel-Gall. An aotrou Moreau, chaloni a Gemper, bet skrivagnour ar brezeliou-ze a lavar en doa ar markiz Mezl kousket en noz-ze evel eur Gall. Kousket e oant var ar plun, he soudardet hag hen, emehe, fiet ho buhez ganto da voardou paour n’ho doa netra da goll, n’en em jallent ket euz buhez ar re all. Kalz a verc’het iaouank a dec’haz euz ar ger hag a zeuaz da c’houlou-deiz da Valanek ha d’ar Faouet, stravillet ha spountet, rag ne ouient ket pelec’h oa ho zud.

Er bloavez-ze ive, 1590, an aotrounet Goulen, Karne, Rosampoul, Faouet, Kerouz euzs Kerhir, Koatredez, Kerven, Ruskek, Kerlouan euz Kerhom, hag ar markiz Mezl, a zeuaz gant eun niver braz a dud divar ar meaz evit kemerout kastel Kerouzere, e Leon.

Aotrou ar c’hastel-ze hag an aotrou Kerandraon a ree kals gaou d’ar barreziou tro var dro ; re Leon oa skuiz da c’houzanv kement-ze.

Kerouzere oa dalc’het evit ar roue gant an aotrounet Boeskon, Koatnisan, Kerandraon ha Goesbriant. Daou pe tri devez oa ma oant dirag ar c’hastel pa oe kasset an aotrou Kerhir da glask kanoliou e Kastel-ar-Brignou.

Re Vrest a zalc’he tu ar roue evel an aotrou Kerouzere, hag a lazaz an aotrou Kerhir en hent. Koulskoude dont a reaz kanoliou, hag ar c’hastel na joumaz ket pell en he za. Ar re oa ebarz a c’houlenne ho buhez ; ar bobl a c’houlenne ho maro. Rosampoul hag ar Faouet a glaske divoal ar brizounerien, ar bobl, direizet, a skoaz ganto ho daou, gant eur forc’h ha gant eur bolc’h. An aotrou Kerandraon oa lazet. Peb kristen a dlee gouzout a vir gourc’hemennou Doue laza den ebet nemet er guir vrezel.

An dud-ze oa c’hoaz e Kerouzere, pa zeuaz dezo ar c’helou oa n’em zastumet e Treger mil den var varc’h ha mil var droad evit mirout Kerouzere enep ar gatholiked. Kergoumarc’h ha Liskoet a henche an daou vil den-ze. Ar reman a zeuaz da Geraez, e pelec’h kalz a dud oa dastumet gant ho zraou ar re gaera evit eured Guillemette Ollimand hag Anton Silly euz a Gemper. Dont a rezont diou heur araok an deiz ; kaout a rezont ar vourc’hisien kousket hag e kemerjont an holl dud hag an arc’hant.

D’ar sadorn vintin ar c’helou-ze oa klevet var ar meaz, Ar barreziou Kleden, Plounevez, Plouie, Huelgoat ha parreziou-all a glaskaz evit kabiten an aotrou Pratmaria euz maner ar Granek, e parrez Kollorek. Heman, deuet var an oad, a roaz dezo evit kabiten Lanridon, den a vrezel. Re Dreger a n’em gavaz en eul land var an hent. Na ziskuejont da genta nemet eun neubeut a zoudardet. An dud divar ar meaz, o velout ken neubeut a dud, a ioue forz var Lanridon evit mont d’ar gombat. Heman a anaveze guelloc’h giz ar brezel, ha lavarat a reaz dezo e oa guelloc’h gortoz a dreon eur c’hleun elec’h ma oant, rag na velent ket c’hoaz ma na oa ket eun niver braz a dud varlec’h an neubeut-ze. Gant neubeut a furnez an dud divar ar meaz a redaz var ho lec’h ha kerkent ma oant deuet er meaz euz ar park, re Dreger, kuzet el land, en em strinkaz varnezo, hag o lazaz gant ho c’habiten, heman a oe sebeliet e Kollorek an deiz varlec’h.

Ar c’henta tra er brezel eo senti euz ar c’habiten.

Parrezion Kastel-Nevez, Lennon, Lokeffret, Braspartz ha Spezet, o veza klevet malheur ar re-all, na goljont ket kaloun.

Bretonet ar parreziou-man zo atao prest da gombati. Kontet em euz deoc’h diaraok, petra o deuz gret e Kemper, pa oa eskop an aotrou Rosmadek, er pevarzekved kanvet ; cetu brezel adarre ganto er bloavez 1590 ; ha kant vloaz divezatoc’h, pa oa roue Luis pevarzek, n’ho doa ket aon da gombati a enep he letanant, an aotrou de Chaulnes, ken didruez evito. N’euz ket goall pell c’hoaz, er trivec’hved kanvet, paotret Spezet a stourmaz adarre a enep ar re a lamme diganto an douar font. Euz ar Vretonet-ze e hellor lavaret : Quam terribiles sunt Britones cum dicent : Torr he ben ! Pegen terrubl ar Vretonet pa lavaront : Torr he ben !

Ma ne deo ket ken lijer teod Bretonet Breiz-Izel evel teod ar Francisien, koulz int da c’hoari gant an dorn ; n’ho deuz morse dinac’het stourm gant pobl ebet.

Ober a reent goab euz ar re-all, o lavarout re Dreger o dije guelet d’ar zul guelloc’h paotret eget d’ar sadorn. Kerperennez, aotrou ar Bizit ha Linlouet oa gant re Pleyben, ar re-ma a grede oant gouest ho unan da ziskar an enemiet. Dont a rezont tre ebars Keraez. Re Dreger a laoske tennou fuzil dre brenestou an tyes. Ar glao en doa glebiet poultr an dud divar armeaz. Liskoet a reaz tro ar ger evit skei varnezo a dreon, hag o fila a reaz e kichen Tromeur. Linlouet a droc’haz he zorn dezan. Liskoet, direizet gant ar gouli-ze, a reaz lakaat an tan er vrassa ru euz a Geraez, hag he c’huiteaz gant he dud.

Ne oa ket kaer neuze e Breiz-Izel d’ar re a zalc’he tu Herri pevare. An aotrou Kerlec’h, euz a Leon, demezet e Roazon da Janned Koetken, oajet a drizeg vloaz, a zeuaz ganti e Breiz-Izel gant tri ugent den var varc’h. Deuet a oant da vaner Roskanou, e parrez Gouezek, pemp leo euz a Gemper. Eno oa deuet ive Luis Hirgars, euz a barrez Krozon. Ar c’helou o veza deuet var ar meaz e oa tud euz tu ar roue e Roskanou, ar c’hleier a gommanças da zon en oll barreziou. Pleyben, Lennon, Edern ha Gouezek a gassaz ho faotret enep ar maner, hag a lakaz an tan ennan. Ar re a glaske en em zavetei a goueze etre daouarn tud hag ho laze gant taoliou forc’h. An introun iaouank oe paket, an aotrou Rosampoul a ree he bossubl evit hen diouall, tost oe da veza lazet, hag ar paourkez introun oe skoet gant eun taol forc’h en he gouzouk.

Merc’h an introun Roskanou, plac’hik a nao bloaz, a gouezaz en eur poull doun, tennet oe ac’hano e beo. Ia, bugale, an dud direizet zo goassoc’h eget al loenet gouez.

Ar c’hombajou-ze a c’hoarveze ken aliez en amzer-ze etre ar gatholiket hag ar brotestantet, a ree d’ar voazet dont ter ha kriz, ha buhan avoalc’h e vije bet c’houezet tan ar brezel evit pell amzer.

An aotrou Koet-Kourson, euz a du ar roue, a gemeraz porz ar Blavet, er ger a Henbont.

Filip Merkœur a zeuaz dy gant eun arme.

Ar re oa ebarz ar ger a n’em zifenne mad ; ar merc’het zoken a daole dour zomm ha mein var gein an enebourien. Merkœur a zeuaz er porz euz tu ar mor. Dont a reaz da gemerout ker hag he zoudardet a laze an oll hag a voaste peb tra.

Daou ugent plac’h iaouank oa en em zastumet da virout ho buhez hag ho enor enep ar zoudardet. Pignat a rezont en eur vag. O velout ar zoudardet o tostaat outho, ar merc’het kristen-ze, o kemerout pep hini dorn he c’honsortez, a n’em strinkaz oll er mor ; ho eneou pur ha chast a oa digemeret etouez an ælet.

Choaz etre ar gatholiket hag ar brotestantet oe æz avoalc’h evit ar Vreiziz. Ne oe protestant ebet etrezo, nemet ar re o doa dizonjet ho bro hag ar giziou euz ar Vreiz, pe ar re a zalc’he muioc’h d’an arc’hant ha d’an traou terrien, eget d’ar relijion. Ne oa etre ar brotestanted nag eur kouer nag eur guir Breizad, pe Breton. Mæz be oa euz tu ar roue katholiked mad, evel Sourdeak, gouarner Brest, devot braz d’ar Verc’hez Vari ar Folgoat, ha mignon da eur relijiuz, an Tad Cyrill, en deuz skrivet en enor da Verc’hez ar Folgoat.


UGENTVED NOSVEZ
————

Penherezik din lavaret :
Fontanellan a anaveet ?
— Fontanellan n’anavean ket,
Klevet komz anezhan emeuz gret,
Laret eo goal potr m’euz klevet.
(Barzas-Breiz).

Rouanez Bro-Saoz, Elisabeth, oa merc’h d’ar roue, a reüzaz ar c’henta senti euz ar Pab, abalamour hon Tad Santel na felle ket dezan he leuskel dimizi gant diou pe deir maouez, pa oe he genta pried beo c’hoaz. Elisabeth oa hugunodez evel he zad ; kass a reaz Saozon da sikour an hugunodet e Breiz.

Ar reman a zeuaz er porz Penpol, e Treger ; hag ac’hano, henchet gant ar prins Domb, e teujont da attaki Guengamp, difennet gant La Kointerie, euz a du Merkœur. La Kointerie a drahissaz Merkœur hag a rentaz ar ger evit eur som arc’hant d’ar prins Domb, mez e oe poent receo an arc’hant, na velaz ket al liou anezo, rag gret ve atao fae var an tromplerien.

Ar baron Krapado a felle ive gouniz ar ger Roazon evit Merkœur, mæz na c’houlenne ket arc’hant evit-ze. Filip Merkœur a vije deuet e ker dre an nor hanvet an Oll-Sænt. Domb, o veza klevet an dra-ze, a reaz paka Krapado, hag hen lakaat d’ar maro. Staget oe var eur c’hravaz euz lost eur marc’h, ha goude dibennet, d’an oad a bevar-ugent bloaz. Ar prins iaouank a vije bet guelloc’h dezan leuskel an den koz da vervel gant ar gozni.

Merkœur, Talhouet, Keredern ha Kinipily, gant tuchentil all, a c’hounezaz neuze eur viktor var pemp mil Saoz, deuet e Normandi gant ar princet Domb ha Conty. Ne oa saveteet euz ar Saozon nemet ar re o doa en em guzet er parkeier etouez an ed, neuze ao, hag er mare da veza troc’het ; ha c’hoaz lod anezo oa laet gant an dud divar ar meaz. 1592.

Var dro miz even, Merkœur, gant he Spagnolet, a zistrujaz kastel Rostrenen. Ar Saozon a sikoure ar brotestanted euz a Frans hag ar Spagnolet a sikoure ar gatholiket. Goude, Merkœur a gassas kuit euz Kallak, pedir leo euz Keraez, tud fall a lavare oant euz tu ar roue hag a choume e koz mogeriou euz eur c’hastel ravinet, hag a ree kals a zroug d’ar baysantet. Merkœur a gemeraz ive kastel Kintin.

Du Goust, den fall ha didruez, en doa kollet kastel Blain, kemeret gant Merkœur ; klevout a reaz ne oa choumet da zivoal ar c’hastel nemet pemp den var-nugent.

Dont a reaz mintin gant ez den d’en em guza en eun ty braz e kichen ar c’hastel : var dro kreiz-de an nor oe digoret evit leuskel karradou foen da zont er porz. Du Goust a brofitaz euz ar moment-ze evit kemerout ar c’hastel : gant he eiz den, he c’holl a reaz eun neubeut goude ; ar pez a reaz kals domaich d’ar brincet a Rohan, o doa er c’hastel-ze arrebeuri eur roue !

1593. An hugunodet a oa deuet e Kastel-Nevez-ar-Faou, dont a rezont da brofani an iliz ; unan anezo a gemeraz an hosti sakr miret evit an dud klan, hag he daolaz var an douar. Eur bælek, en em gave en iliz, leun a horrol hag a geuz evit an outraich gret d’hor Zalver, a stouaz var an daoulin, hag o veza kemeret an hosti gant doujans, a implijas anezi. Unan euz an hugunodet, direizet gant kement-ze, he skoaz gant he gleze hag he lazaz. Merzer eürus, n’em præsanti a reaz dirag Doue en eur stad kaer. Ra vezo evit ar barrez, hag an iliz e lec’h ma skuillaz he voad evit difen sakramant an aoter, eur protektor dirag Doue !

Mæz an hini a ree ar muia drouk neuze e parreziou Kerne oa Fontanellan. Evel-ze, pa oa dastumet e Guenet an noblans, an eskibien hag ar vourc’hisien, e miz mae, evit afferiou ar vro, e teuaz kannadou euz a Gastel-Nevez-ar-Faou evit en em glem euz Fontanellan, a voaste ar vro, tro var dro ; Fontanellan oe lakeet er prizoun, mæz laosket goude da vont kuit, ober a reaz muioc’h a zrouk evit kent.

Fontanellan a lavare beza a du gant Merkœur, mæz eur brigand oa : n’en doa na mæstr, na roll, beva a ree evel eul laer, kasseet eo he vemor e Breiz. Kastel ar Granek, e parrez Landele, oa d’an aotrou Pratmaria, Visant Koatanezre ; Fontanellan, o c’houzout a sonje an aotrou Liskoet ha tud euz a Dreger, dont da lammout ar c’hastel-ze digant he berc’hen (rag ar c’hastel oa kre ha mad) a gassaz deg euz he re d’ar Granek. Ar reman a lavare a zeuent a berz an aotrou Rosampoul evit divoal guelloc’h ar c’hastel enep re Dreger. Eun devez ma na oa ket kemeret evez mad euz an deg-ze, lammout a rezont var an aotrou Pratmaria ha var an dud all euz ar chastel, ho chadennont hag a zigoront an nor da Fontanellan ; heman a gassaz an aotrou Pratmaria kuit euz he dy heb he leuskel da gemerout netra euz he draou.

Eur miz goude, ar barreziou tosta a zeuaz da gombati Fontanellan. Eun devez ma oa kousket an dud divar ar meaz en dro d’ar c’hastel, Fontanellan a lammaz varnezo euz tu an Trefflec’h, hag a lazaz ouspenn eiz kant anezo. Na lezaz ket ho c’herent da zouari ar c’horfou maro. Choum a rezont da vreina var c’horre an douar. Unan bennag a c’houlenne digant Fontanellan hag a helle choum el lec’h fleriuz-ze. Fez fall an enebour maro a zo dijus, emehe.

Fontanellan en doa evit choum, pa gare, iliz Sant-Tremor e Keraez, Kremenek e kichen Keraez, ha kastel Korlay. Redek a ree evit laera ha goasia, e Treger, e Leon, hag e peb lec’h e Kerne. Ar baysantet en em guze arauzan er perkeier land, dreon ar balan hag an drez.

Goude beza goastet Kerne-Huel, Fontanellan a glaskaz dont e Kerne-Izel. An aotrou Kelennek, euz Langolen, a reaz terri ar ponchou var steir Kastellin, hag al lec’hiou œz da dreuzi oa miret gant tud divar ar meaz ha na lezent den da dremen dre eno, na noz, na deiz. E Kerne-Izel n’o doa gret beteg neuze nemet klevet ar malheuriou euz an darn-all euz ar vro, evel m’an dije fallet da Zoue savetei Kerne-Izel. Guelet oe e neubeut amzer ne vije espernet den gant Doue.

Ouspenn Fontanellan, oa neuze eur brigand all hanvet Sanzay, heman a zeuaz da ravaji ar Faou, hag ar barreziou tosta euz tu Leon hag euz tu Rosnoen. O veza deuet eno, laza a reaz seiz kant den. Na hellaz ket koulskoude tremen steir Kastellin ; diveich oe trec’het gant ar re a zivoalle ar steir. Neuze a skrivaz da Gemper da c’houll ma vije lezet da dremen ar steir Aon, ha dont da Gemper, o lavaret n’en dije ket kemeret eur vi soken heb he bea. An dud a Gemper a roaz ho grad-vad d’he leuskel da zont en ho c’hear. Eur chaloni a lavaraz neuze da Villou-ar-Baud, euz a Greac’hmac’h, en doa kasset al liser d’ar re Kastellin : « Digoret peuz eun nor na helloc’h mui serra. Euz a vreman ni anavezo ar brezel, beteg-hen n’hon doa nemet klevet komz anezi. »

An devez kenta, Sanzay a beaz an oll draou a gemere, hag an dud divar ar meaz na guzent netra outan. Ar reman oa neuze ker pinvidik e Dineol, Kastellin, Ploumodiern, Kemeneven ha Lokornan, ma oa en tyez kals a draou arc’hant, hag alaouret, tassou pe pincherou. Eun devez goude m’en doa guelet ar benvidigez-ze, Sanzay en em strinkaz var ar barreziou-ze, hag a laeraz an oll draou kaer.


KENTA NOSVEZ VARNUGENT
————


Ar Brezonek a bado c’hoaz
E Breiz-Izel meur a gant vloaz ;
Ar Brezonek ne varvo ket
Ar feiz e Breiz chomo bepret !
(Ar Scour).

Var dro miz meurz euz ar bloaz 1594, ar Spagnolet, a du gant Merkœur, a zavaz e parrez Roskanvel eur c’hastel hanvet Kastel beg ar Spagnolet, dirag Brest ; hag egiz ma oant mad e kenver an dud divar ar meaz, eur marc’had oa bep sizun en ho c’hastel evel en eur ger. Merkœur en doa roet Konk da virout da Lezonnet, heman a droaz kein dezan. Rei a reaz Konk d’ar roue, ha klask a reaz ouspenn kemerout ar ger a Gemper. Tud ar ger oa en eul lein vraz e ty an aotrou Kerambiget, e maner an eskopti, pa zeuaz ar c’helou a dostee an enemiet, darn dre ar menez, darn all dre an hent braz. Sarret oe deoc’h-tu doriou ar ger. Ar vourc’hisien a joume deiz ha noz var ar mogeriou hag a denne var re Gonk.

Ouspenn oe kasset kannadou da c’houll sikour e Henbont. Breur an aotrou Kinipily, den iaouank flamm, a zeuaz deoc’htu da Gemper, gant he dud, var gezek. Dont a rezont dre Gerfeunteun. Re Gemper oe var ar poent da denna varnezo evel enebourien, pa dostaaz an den iouank euz ar voger evit lavarout dezo oant amezeien. Lezonnet, skoet gant eun taol en he c’houzouk, a guitaaz Kemper deoc’h-tu.

Ar marechal Aumont (marechal zo huelloc’h c’hoaz evit jeneral) a glaske kemer kastel Montroulez. Rosampoul, mab an aotrou Karne, a zivoale ar c’hastel-ze. Ne oa mui er c’hastel da zibri nemet kik marc’h. Ar marechal, o c’houzout oa ebarz ar c’hastel an introun Rosampoul, a reaz kass dezi denved, ier ha klujiri. Na fellaz ket dezi o c’hemerout ; ne dije, emezi, debret nemet ar bouet a zebre he fried. Hi oa eun demezel Katelan, euz a Venet. Arabad eo din ankounec’haat komz d’eoc’h euz an aotrou Kerkourtois, Renan du Dresnay, den iouank a bemp bloaz varnugent, leun a feiz hag a zoujans Doue, lazet o tivoal, he unan, eur pont enep an enemiet. An denchentil-ze oa bet dilœzet gant he soudarded, anez en dije gouneet ar viktor. Ar Spagnolet o doa goastet Rosporden, ar barreziou Elliant ha Beuzek.

Aumont a zeuaz dre Vraspartz, ar Faou ha Kastellin evit kemerout Kemper ; na ree drouk da zen var he hent.

Kass a reaz darn euz he dud gant an aotrou Liskoet da gemer kastel ar Spagnolet e Roskanvel, e bro Krozon. Neuze ar marechal a zeuaz da Gemper dre Vissirien ; ober a reaz d’he dud leuskel ho c’hezek eno, ha dont beteg ar ger heb ober trouz. En despet d’an dra-ze, kaout a rezont tud Kemper o tivoal ho mogeriou, rag katoliked mad oant. Koulskoude be oa er ger a Gemper hervez ma skrive neuze an aotrou chaloni Moreau, tud a na gredent ket kalz e Doue hag ar re-ze a felle dezo renta ar ger d’ar roue, rag an dud divar ar meaz, a heulie an enemiet a dreon ar c’hleuniou hag ar girzier heb beza guelet ganto, oa deuet abred avoalc’h beteg e Kemper evit lavarout da dud ker a oa enemiet o tont. Aumont en doa Saozon gantan. Ar reman a c’houlenne digant ar marechal konje da gemer ar ger ho unan, ha da gemer goude ebarz ar pez a blijfe dezo. Ar roue, eme Aumont dezo, na c’houll ket kaout kerriou goastet na sujidi paouret ; ne c’houll nemet tud penvidik hag eüruz. Ar ger a Gemper na harzaz ket pell, hag an dud euz ar ger a brometaz er fin beza fidel d’ar roue.

Ar pez oa eur beac’h pouner da veur a goustians oa toui beza fidel da eur roue heretik. Koulskoude er bloaz varlec’h ar roue en em rentaz katolik hag, eme ar Chaloni Moreau, katolik mad deuet da veza eur roue euz ar re vella. Mæz pa oe kemeret ar ger a Gemper gant he soudardet ne oa ket c’hoaz er guir relijion ; hag eur chaloni koz euz Iliz-Veur sant Kaourintin a gemeras kement a velkoni da veza sinet, ma varvaz gant ar glac’har ?

Aumont a zeuaz neuze da Grozon evit dont a ben euz ar Spagnolet a oa e Roskanvel. Ar reman oa pevar c’hant den kalounek gant ho c’habiten, hanvet Praxed. Listri gallek ha saozon oa dirag ar c’hastel hag a denne var ar Spagnolet. Miz du oa neuze, hag epad ar c’huerc’h sizun ma padaz ar brezel eno, ar glao a skuizaz kals soudardet Aumont, ar reman na gavent na ty, na guez evit en em lakaat er goasket ; mervel a reaz kalz anezo.

An aotrou Liskoet oe lazet eno. He varc’h, gant he vrid hebken, a dreuzaz, emezo, mor Brest : ha pa oa deuet e Plogastel, a heuliaz an hent beteg maner Kergoat, e Daoulaz, e pelec’h a choume an introun Liskoet.

Pa velaz ar marc’h, leun a c’houez, o koueza er porz ar maner ha mervel dirazi, kompren a reaz oe lazet he goaz.

Dont a ree Spagnolet da Grozon evit sikour ho c’henvroidi. Aumont a glevaz a oant tost ; hast braz en doa da c’hounit var re ar c’hastel. Klevout a reaz oa deuet dija ar Spagnolet all en Argoll.

Pedeir gueich, an deiz-ze, ar Francisien a zavaz var ar c’hleuniou dirag ar c’hastel ; teir gueich oant diskaret. D’ar bedirvet, ar Spagnolet oa trec’het ; an darn-vuia oe lazet, merc’het, bugale ha goazet.

Pemzek pe ugent anezo oa kavet an deiz goude a dreon ar c’herreg.

Ar Francisien ho c’hemere prizounerien, ar Saozon ho laze kerkent a ma ho c’havent.

An tennou kanol oa klevet e Kemper, gant an dud oa o pourmen var menez Fruji, en amzer ma oa Aumont o kemeret kastel Roskanvel. Pa oa deuet an noz na oent mui klevet. Neuze an dud a lavare : kastel Krozon zo kemeret gant ar Francisien ; hag evit guir, da hanternoz, a zeuaz e ker, da zigass ar c’helou, mevel an introun Tyvarlen, a joume e Rosmadek, e Telgruk.

Bem euz lavaret deoc’h araok breman, e oa Fontanellan, hanvet ive Guy Eder, hag en doa kemeret kastel ar Granek, var dro miz mae 1595. Dont a reaz dre Lokornan, var dro goulou deiz, da Zouarnenez, e pelec’h a lazaz tud hag a gemeras ar re all evit o c’hass gantan prizounerien da Gremenek. Etouez ar reman oa an aotrou Guengat, den mad, a zivoale enez Tristan evit ar roue. Paket oe en he vele.

Fontanellan a gemeraz ouspen e Douarnenez an traou kaer ha kals arc’hant, rag be oa neuze tud pinvidik er ger-ze. Ar re n’ho doa ket arc’hant avoalc’h evit pea ar pez a c’houlenne Fontanellan diganto, a vije gret dezo mervel er gloaz. Ar re oa gouest da bea, ho doa bet kement da zoufr gantan, ma varvent neubeut goude beza deuet d’ar ger. Fontanellan a gavaz an enez Tristan eul lec’h brao dezan da choum.

Ar soudardet na reent netra evit divoal ar vro dioutan.

Ar baysantet en em zastumaz e parrez Sant-German, evit dont d’he bellaat euz Douarnenez. Fontanellan a guzaz he dud a dreon ar c’hleuniou hag etouez al land, hag en em daolaz var ar baysantet na zonjent kaout enemiet da gombati nemet ar re oa dirag ho daoulagat.

Goude-ze, Fontanellan a lakeaz tail var an oll barreziou var dro.


EIL NOSVEZ VARNUGENT
————

Em c’hozni me garfe guelet
Baniel ar Feiz, ar Vretoned
Savet var an touriou huel
Ha var meneziou Breiz-Izel.
(An Scour).

An dud euz a Benmarc’h oa neuze ker galloudek ma oant gouest da zevel etrezo beteg daou vil ha pemp kant soudard, na reent man ebet evit guelout ar barreziou all goastet gant Fontanellan ; na sonjen nemet en em zivoal ho unan.

Sevel a rezont eun tour e Treoultry hag eun all e Kerity.

Fontanellan a ree van da veza mignon dezo.

Eun devez ma oa deuet da eva ganto ha da c’hoari killou, sellout a ree a bep tu evit gouzout dre belec’h oa an essa kemerout ar ger. Dont a reaz e spered unan bennag euz ar re ger ar sonj d’hen laza an deiz-ze, Ar spount dirazan a reaz dezo choum heb hen ober.

Eur miz goude, Fontanellan a zeuaz da velout he amezeien Penmarc’h ; ar veich-ze ne oa ket evit c’hoari killou. Re Benmarc’h a dec’haz dirazan en ho c’hasteliou. Fontanellan a lavare dezo ne oa deuet dy, nemet evit mont d’an aod ; hag epad ma oa an dud euz ar ger oc’h he zelaou, al laer a zeuaz ebarz ar c’hastel euz an tu dilæzet.

Penmarc’h a reaz neuze eur c’holl euz ar brassa ; rag an dud ac’hano n’o doa ket fallet ober evel tud Gwazien ha tud Kap-Sizun, o doa kasset ho zraou kaer da Vrest.

Neubeut goude, Fontanellan a zeuaz da Bonte-Kroaz. O velout na helle ket trec’hout an dud oa en em dennet e iliz Roskudon, ober a reaz devi balan dindano evit ho leski e beo, ma na zeujent ket er meaz.

An aotrou Villerouault gant he introun, hag an aotrou Kosker, person Pouldreuzik, mouget dija gant ar moget, a zeuaz er meaz euz an tour-ze gant ar re oa ebarz. Fontanellan a reaz o c’hrouga.

Ar re oa dalc’het gantan e Douarnenez evel prizounerien a vije lakeet gantan da azeza var houarn-ru, ha goude-ze var ar skorn ; ha pa varvent, ho c’horfou a vije taolet er mor evit beza debret gant ar pesket.

Ober a ree pep tra evit kaout arc’hant digant kerent an dud keiz-ze.

Fontanellan a zeuaz ive e bro Leon. Kaout a reaz o klask bokejou han er parkeier, Mari Koadelan euz a vaner Lezarnou, oajet a bevarzek vloaz, er bloavez 1597.

Mezarnou er barrez Plouneventer oa d’an aotrou Herve Parcevaux, demezet evit an eil gueich d’an demezel Renea Koetlogon intanvez an aotrou Koadelan. Bez en doa an dichans da zigemer en eul lein vraz du Liskoet ha lod euz he gompagnunez e mare ar brezeliou-man er bloavez 1594. Na vankaz, eme an aotrou chaloni Moreau, netra d’ar banket, ar boed oa dilicat ha servijet e vessel arc’hant ; er maner-ze oa neuze ar c’haera arrebeuri.

Goude lein an aotrou du Liskoet, protestant, a drugarekaaz meur a veach an aotrou Parcevaux, a brometaz dezan he sikour en ezom hag a reaz flourik dezan.

Digouez a reaz d’an aotrou Mezarnou evel ma zigouezaz gueich all d’ar roue Ezechiaz en doa diskuezet he draou kaër da gannadou ar roue Babylon : ar re-man ho lamaz digantan neubeut goude. Du Liskoet a zeuaz en dro er maner, neket evel mignon na kar, mæz evit ravina an ty penvidik a Vezarnou, o laërez ha kass gantan an oll arc’hanturi ha traou all precius nemet an arrebeuri re bouner evel an armel a oa ar vesseliou arc’hant-ze varnezan ; prenet abaoue gant an aotrou Mesmeur ha digasset gantan er maner Lescoat, e leac’h ma heller e guelet c’hoaz. An aotrou Mezarnou a c’houlennaz digant mab an aotrou du Liskoet 70.000 scoët evit an domaich gret dezan gant he dad. Rag pa oe anavezet ar guir roue, a zeuaz eun amzer a beoc’h hag a justis ; hag an dud fall a renkaz pea an domaich gret d’ar re all.

Fontanellan a laëraz ar plac’h iaouank, ha goude beza kemeret arc’hant ar c’hastel, hag ar pez a blije dezan, a zeuaz en dro da Zouarnenez.

Goude he oll dorfejou n’en doe ket aoun da vont da Naonet evit guelout an dug Merkœur. Evit guir an dug na gredaz ket e lakaat er prizoun. Fontanellan a zouge eur vantel euz ar re gaera. Merkœur a c’houlennaz digantan buhez ped den o doa paet ar vantel-ze ? Fontanellan na reaz nemet c’hoarzin.

Daou vil den euz a Gemper, Brest ha kerriou all, na heljont ket he gas kuit euz a Zouarnenez ; an dra-ze a reaz kement a foge da Fontanellan ma zonjaz e oa gouest da gemerout ar ger a Gemper. He dud a c’hoantee dreist peb tra goasta ar ger, laza ar goazet ha kemer ar groagez hag ar merc’het da briejou.

Diveich a glaskaz kaout Kemper, ha diveich a gollaz he boan.

Fontanellan a grede e oa an tu gantan evit dont a ben euz he daol en or kemerout Kemper. Eun devez e oa e kastel ar Guilguifin, ty an itron Kerharo, gant eun nemorant euz he vignonet hag ar gaoz oa varben Kemper : œz vije dezan emehe antreal e ker dre drubarderez. An itron a responte dezan ne dije ket allet kaout Kemper. Itron a lavaraz dezi Fontanellan, ar ger a Gemper a zo dime evel ma zeo deoc’h ar saë a zougit. An itron-ze a gassaz e kuz ar c’homzou-ze da Kemperiz, evit o lakaat var evez. Doue a oar pe seurt krimou vije bet gret er ger-ze gant ar rum laëroun-ze, penefe a zigassas an aotrou Doue e Kemper an aotrou Kerollain evit difen Kemperiz ha divoal ho c’her. Pa oa kemeret kastel Krozon, an emgann oa ar goassa eno euz ar brezel e Breiz. Jan Jegado aotrou Kerollain a lammaz var ar voger hag eun taol lans a ziframmaz dezan he chod beteg he skouarn ; ker kalounek a oa ma zavaz deoc’htu adarre var ar vogeriou ken e oe kemeret kastel Krozon.

Ar veich kenta, noz tenval oa ; dont a ree dre ar stang vihan. Re Gemper a oa kuzet a dreon ar c’hleuniou, ha pa dostaaz Fontanellan, e tenjont varnezan, ar pez a reaz d’he zoudardet kemer an tec’h.

An eil gueich e teuaz dre Bratanraz e kreiz an deiz ; ha penefe oa n’em gavet e Kemper an aotrou Kerollain, en deiz-ze, ar ger vije bet kollet. Kerollain, den a vrezel ha leun a galoun, a zestumaz en dro dezan an dud iaouank ha ganto hag ouspen daou c’hant soudard a gassaz kuit Fontanellan.

Gouarner Brest a glaskaz en aner kass Fontanellan e meaz euz a Zouarnenez.

Fontanellan a joumaz en he gastel, euz a belec’h a zeue da redek var barreziou Kerne.

Pa oa anavezet Herri pevare evit ar guir roue, Fontanellan a renkaz erfin pea he dorfejou dre eur goal varo e Paris. Staget oe oud eur rod ha torret dezan he izili.

Herri pevare, deuet perc’hen euz ar Frans, a c’hounezaz buhan kalonou he zujidi ; n’euz ket bet james eur roue ken karet gant he bobl. Dont a reaz goude ar peoc’h da Roazon ha da Naonet evit lakaat ar Vretoned da c’houzout pegen mad oa, ha diskuez dezo n’ho dije ket dleet ober ar brezel dezan. E Naonet Herri IV a jomaz da zellet euz kastel an duget hag he c’havaz kaër meurbet : an duget a Vreiz ne oant ket tud dister, emeve. Na c’hoantee nemet mad an oll euz he rouantelez, hag a lavare aliez : C’hoant am euz a hellfe pep merour, pep den divar ar meaz dibri kik peb zul, ha kaout magadurez vad epad ar sizun.

An dud boazetoc’h d’ar brezel eget d’ar peoc’h, na oant ket evit choum unanet, hag en em goal gassent etrezo.

Ar roue Herri a c’halve dirazan an dud direiz-ze : Penaoz, eme-he, na diessoc’h e vo deoc’hui ankounec’haat ar gaou gret deoc’h evit na deo din ? Divoallit na glefen trouz ganeoc’h adarre !

Goude ar brezel a zeuaz an dienez.

Ar guiniz oe guerzet beteg daou skoet ha daou ugent ar boezel, ar segal tregont skoet. An dud paour n’o doa da zibri nemet louzeier fero.

Ar bleizi, boazet da zibri korfou an dud varo er brezel, a zeue beteg ar c’herriou e kreiz an deiz da zibri an dud veo. Dont a rent pemp pe c’huerc’h assamblez. Ar mammou a zarre mad ho dorriou gant aoun na vije debret ho bugale ; rag ar bleizi a zeue en tyez memez pa vije digoret an nor. Al loenet gouez-ze en em zivoalle ker mad euz an tennou, hag a laze an dud ker buhan dre ho gouzoug, ma sonje ar bobl e oant tud chenchet e bleizi, kement a speret o doa. Eur vaouez euz a Gerfeunteun o vont e meaz euz a Gemper goude ar marc’hat, ha kals a dud en dro dezi, oe lazet gant eur bleiz, heb na hellaz den he difen.

Goude kement-man oll e teuaz ar vocen, hag a ree mervel an dud a dyadou.

Ne oa ket ed avoalc’h evit hada an oll meachou nag ar parkeier, evel m’euz guelet n’euz ket pell c’hoaz er bloaz 1847. Ha pa oa roet eun neubeut ed d’an dud paour, ar reman n’o doa mui na loenet, na kezek, nag ejenet, en em stage o unan ouz an alar, evit arad hag hada ho ed.

Ra viro Doue e velfemp ar brezel civil er vro ; houman ne zeo ket an hini diveza am euz da zanevel deoc’h.

TEIRVET NOSVEZ VARNUGENT
————

Var markiz iaouank Ponkalek,
Ker koant, ker drant, ker kalonek,
Mignon oa d‘ar Vretonet,
Abalamour ane e deuet, hag etrezo oa bet maget.

Na livirin ket deoc’h an oll draou digouezet e Frans hag e Breiz pa oe Louis trizek ha Louis pevarzek var an tron. Eur breton mad, an aotrou Kourson, en deuz dastumet kalz skridou euz kuzulerien ar barreziou araog 1789 hag hen deuz ho c’hasset da Bariz evit beza miret gant enor ha diskuez d’an oll pegement a sourci o doa hon tadou koz euz mad ho c’harter. Pegen buhan an den penvidik a sikoure neuze ar re baour. Ne oa espernet netra ganto evit derc’hel ar relijion hag an urz vad er vro. Anat eo dre ze e oa gouarnet mad ar Vreiz araog ar revolusion ; hag eur vro renet mad, a zo eur vro eüruz. Koulskoude, klevet em euz lavaret pa oa Louis XIV roue a Frans, ar Saozon oa deuet e Kamelet, pe Kamaret, e tro Krozon, evit klask kaout ar porz-ze e pelec’h e dijent savet eur c’hastel evit ober beac’h da Vrest, ha kaout evelse da genta ar Vreiz, ha goude-ze ar Frans. Kals batimanchou oa deuet ganto da borz Kamelet. Petra a helle tud Kamelet ha re Grozon ober a enep kement-all ? Koulskoude na chomont ket da zellet oud an enemiet heb leuskel eun ten bennag. Ar bobl en em zastumaz ; re Grozon ha re Kamaret a zeuaz da bidi an Introun Varia Rochemadou, var eur beg douar, a zarr porz Kamelet. En em lakaat a rezont d’an daoulin e treid ar Verc’hez ; ha pa oant savet, e velzont ar Verc’hez Santel ec’h asten he dorn var ar mor, hag he gass a dreon kement ma choumaz al listri saozon var ar zeac’h. Neuze ar Vretoned, o ioual gant al laouenedigez ha leun a fizians e Mam Doue, en em daolaz var ar Saozon, hag ho lazent oll el lec’h hanvet abaoue Maro ar Saozon, hag a hell bep beachour guelet etre Kamaret ha Krozon.

En amzer ar rouanet Louis XIII ha Louis XIV, menec’h sant Beneat o deuz kemeret ar boan da skriva istor ar Vreiz, ouspen al labour vraz o doa evit silvidigez an eneou. Dom Jean Maur Audren Kerdrel, ginidik euz a Lanniliz ha priol Abbaty Landevennek, er bloavez 1680, aliet gant an eskop Kemper Fanch Koetlogon, a choazaz menec’h gouiek ha gouest da glask e peb lec’h ar pez a zelle euz an istor-ze. Lakeet da Briol e kouent Redon a choazas Dom Anton Gallois, Dom Jos Rougier, Dom Denis Briant, ha Dom Alexis Lobineau evit furcha ar c’haierou e peb parrez, hag a roaz dezo kement oa dleet evit al labour-ze.

C’hoant em befe lakaat didan ho taoulagat patrom ar venec’h santel-ze, evit ma teufet da gompren talvoudegez ho skridou ; ken douget oant d’ar studi, karout a reent kement ho bro Breiz ; ha ken leun oant a vertuziou ar relijiuset. Ho gouiegez hag ho aket d’ar studi a greske e kalonou an dud santel-ze ar garantez evit Doue. Trec’hi a reent ar pec’het dre al labour-ze ker braz ; ho iec’het a vihanaë ; ho c’halonou a glanee dre ar studi hag ar beden. An offeren santel, an orœzon, ar brevial, offisou an Iliz, a ree d’ho eneou n’em sevel beteg ho c’hrouer, ha ren a reent eur vuhez divlam hag a binijen. Dom Gallois oe trec’het da genta gant al labour braz-ze hag a varvaz.

Dom Rougier a ouie len an diœssa skridou, na golle morse kalon hag e vije roget pe drouglivet ar paperiou koz. Ho len mad a ree atao ; deuet var an oad, na skuize ket el labour ; krog he unan an hini kenta, he guitaat a ree an diveza. Dom Denis Briant a gave an tu da c’houzout ar virionez var istor hon bro, n’euz forz pegen diœz oe he c’haout. C’hoant da lakaat atao an traou eon hag ar virionez e peb lec’h, ar venec’h he c’hlaske euz ho oll nerz. Dom Lobineau a varvaz en Abbaty sant Jakut er bloaz 1727, d’an oad a eur bloaz ha tri-ugent, goude beza aichuet da skriva istor ar Vreiz, boulc’het gant Dom Gallois. Dom Morice a Beaubois, ginidik euz Kemperle e 1693, a gompozas a nevez istor Breiz.

Ar c’hardinal Rohan a c’houlennaz daou vanac’h evit skriva istor he dud koz. Dom Moris ha Dom Duval oa kasset dezan evit kement-se. Ho labour oe ken ten ma gouezaz klan Dom Duval ; ha Dom Moris a jomaz he unan evit aichui al labour. Skriva a reaz ouspen, istor an Iliz e Breiz, e 1750. Dom Moris en em gavaz ker skuiz en or aichui he bevare leor, ma oe kaset da gemer an œr vad var ar meaz ; mervel a reaz en or zont en dro en he c’houent, d’an oad a 57 bloaz. Manac’h santel, goueziek meurbet. Kement a humilite en devoa, ma renkaz he renerien sellet piz evit gouzout pegen gouest ha pegen desket e oa. Dom Moris oa manac’h en Abbaty sant Melani e Roazon. Istor Breiz oe aichuet gant eur manac’h all, Dom Taillandier. Dom Le Pelletier, manac’h e Landevennec, maro e 1733, en deuz studiet kalz ar brezonek ha skrivet leoriou mad varnezan. Enor d’an aotrou Koetlogon, eskop Kemper ; hen en deuz aliet ar venec’h santel-ze da ober skridou ker talvoudek evit hor bro ! Enor da vugale sant Beneat o deuz, evit senti diouz ho zadou menec’h, labouret kement all ; n’ho deuz klasket nemet gloar Doue hag hini ho bro ; kollet o deuz el labourou-ze yec’het ha buhez, hep beza dic’haouet er bed-man ; maro int heb beza kasset d’ho ginou ar vessel alaouret a enor hag a c’hloar. Maro int menec’h hebken, lod zo kouezet e kreiz ho c’hevridi. Dom Moris a varvaz er bloavez ma oe roet he istor da lenn d’ar Vretonet. An aotrou Le Baud, belek karget euz chapel an dugez Anna, en doa labouret ive, ha skrivet istor Breiz araog bugale sant Beneat. Tud ar bed ive o deuz skrivet divarbenn istor ar Vreiz an aotrou Gui Autret er maner Missirien e kichen Kemper. N’hellan ket rei deoc’h an oll hanoiou. An aotrou Bertrand Rosmadek, eskop Kemper, en deus savet touriou sant Kaorantin hag an aotrou Jos-Mari Graveran, euz ar memez bro Krozon, hag eskop ive e Kemper, pevar c’hant bloaz goude, a aichuaz beg an touriou huelet dre bep a vennek digant tud an eskopty.

An aotrou Koetlogon en deus gret ive eun dra gaër ha paduz dre labour menec’h sant Beneat, evit istor Breiz. Epad c’huerc’h bloaz ar venec’h a glaskaz e peb lec’h euz ar Vreiz hag en dro d’hon bro, ar pez a zelle euz he istor. Skrivanourien an amzer a ren breman : Guizot, Thiers, Thierry, Michelet, Quinet, etc., o deuz gret goab euz ar venec’h-ze ; hogen, lakeet int da gaiouadet gant eur bœlek gouiek, an aotrou Gorini, hen deuz diskuezet e oa ar virionez gant ar venec’h, hag ar gaou gant ar goaperien.

Ar c’hapucinet hag ar venec’h Karmez o deuz ive skrivet traou kaër. Gregor euz a Rosternen a oa gouiek var ar brezonek, mervel a reaz e Roskoff e 1750. An tad Joseph, manac’h Montroulez, hag an tad Joseph, manac’h Goayen, o deuz skrivet ive. An tad Cyrille Pennec en deuz skrivet istor ar Folgoat, etc., mervel a reaz e Kastel-Pol e 1649.

Pa varvaz Luis pevarzek, he vab hag he vab-bihan oa dija maro, ha mab he vab-bihan n’en doa nemet pemp bloaz, he voard oa Filip Orleans, he yountr.

Heman en doa eur vuhez dirollet ha na gemeraz ket evez mad euz ar rouantelez. Mignoun oa d’ar Saozon, hag abalamour d’an dra-ze ne oa ket mignon d’ar Vretoned.

Ober a ree kement a veac’h d’ar Vretoned ma zeuaz c’hoant d’ar reman d’en em zispartia euz ar rouantelez, ha dont evel ma oant araok dimizi an dugez Anna gant ar roue a Frans. An dra-ze oa disklæriet da Filip. Raktal oe paket kals tuchentil, hag etrezo Mont-Louis, Kouedik, Pontkalek ha Talhouet. Ar markiz Pontkalek n’en doa nemet daou vloaz varnugent, en em guzet en doa e ty ar person Berne. Karet oa gant an dud divar ar meaz, hag ar verz a lavar : « Eur paourkez o klask he vouet en deuz he ziskuliet, eur c’houer (eur paysant) n’en defe ket gret, ha pa vije roët dezan pemp kant skoët. »

Da vouel Maria Anter-Eost e teuaz dragonnet pe jendarmet da gerc’hat markiz Pontkalek.

Pa oant deuet e sall ar presbiter Lignol, ar markiz a gemeraz he bistolen evit tenna varnezo.

Ar person koz en em strinkaz d’he zaoulin o lavarout : En hano Doue hor Salver ! Pa glevaz ar markiz hano hor Salver, taol a reaz kuit ar bistolen, hag en em roaz d’an dragonnet da veza chadennet ; ha kasset oe da Naoned.

Lavaret a rer, pa oa en hent etre an dragonnet, e kavaz bugale parrez Berne o vont d’ar c’hatekiz. Ar reman he gare kalz, hag he verz a lavar c’hoaz : Ho cherissa en defe gret, pennefe he zaouarn ereet,

Pa oe deuet e Naonet, barnet oe d’ar maro evel an aotrounet Mont-Louis, Kouedik ha Talhouet.

Eiz ha seiz ugent, ken euz an noblans, ken euz ar baysantet, a guitaaz neuze ho bro karet evit mont da eur vro estren. Ar Spagn ho digemeraz mad.

Ho c’haloun oa chomet en ho c’herriou, en ho maneriou a Vreiz, devet gant an dragonnet francisien.

An darn vuia anezo a varvaz e neubeut amzer gant ar c’hlac’har o vouela d’ar Vreiz.

Be o peuz hallet guelout gue ar baliou, e kals maneriou a Vreiz, troc’het beter an hanter euz ho huelder, evel em euz guelet va unan er maner Kerioul, e Krozon, evit merk euz ar c’hasti an dud euz an noblans, a ree neuze brezel da Filip a Orleans.

Ar pevar denchentil barnet d’ar maro oa dibennet e Naonet en devez memez euz ho c’hondaonation, ha d’ar mare euz an deiz ma teu da denvalaat, kement aoun oa na vije deuet ar bobl d’ho zavetei.

Da bedir heur e teuaz e ker ar bourreo gant pevar manac’h evit kovez anezo.

Ar venec’h oa souezet gant ar feiz kre hag ar garantez Doue a ziskuezaz an aotrounet-ze.

Da nav heur euz an noz oant kasset var marc’had a Naonet hanvet ar Bouffay.

Ar bobl a vouele o sellout outo, dreist-oll o velout pegen iaouank ha peger kalounek oa ar markiz Pontkalek.

Ar bobl a glaske kaout ar brizounerien.

Ar re ho mire oa kreoc’h evit ar bobl. Klevet oe kals tud o hirvoudi.

Ar c’hoessor a lavaraz da Bontkalek : « Gouela a ra ar bobl var ho maro, ha na vouelaz ket guechall var hini Jesus-Christ. » Pegen dishenvel oun-me diountan, paourkez pec’her, eme ar markiz.

Lavaret a ree epad an hent : Bezet gret bolontez Doue. Trugare a roan a vir galoun d’ar re em lak d’ar maro.

Montlouis oe dibennet da renta.

En eur bignat var ar chaffaut, e lavaraz a vouez huel : « Santez Mari, mam da Zoue ! » Pedit evidomp, eme Kouedik ha Talhouet.

« Aotrounet, eme ar manac’h, ema breman en ee. »

Pa oe deuet tro Talhouet, heman a lavaraz d’ar bobl pedi evintan. An oll en em stouaz var an daoulin.

Talhouet a varvaz o lavarout : Jesus ha Mari! He goessor oe chomet en he gichen beteg he varo.

Redek a reaz neuze beteg an daou aotrou-all, o lavarout dezo : « Morse n’em euz guelet maro kaeroc’h na ker christen. » Nag eun den ker mad, eme Pontkalek. Hag e guirionez an aotrou Talhouet oa eun den ral, eun den karantezuz, mad ouz an oll, ha douget meurbet d’ar relijion. Prizet gant he genvroiz.

Kouedik a varvaz en eur lavarout : Jesus ! Mari ! Credo…

Pontkalek a bignaz an diveza var ar chaffaut.

« Va Doue, eme an den iaouank-ma, c’hui a gemero eur galoun leun a geuz evit he bec’hejou. » Cor contritum et humiliatum, Deus, non despicies.

Lavaret a reaz ivez an hanoiou sakr a Jesus hag a Vari.

Evelse eo e varvaz ar re ziveza euz ar Vretoned, o deuz klasket lakaat ar Vreiz er stad ma oa guechall. Montlouis, Talhouet, Du Kouedik ha Pontkalek, ni na zizonjimp biken ac’hanoc’h.

Beziet oent heb offeren na kleier.

Lavaret a reer e oa an aotrou person Berne er gador, epad an offeren bred, pa zeuaz dezan al lizer var maro ar markiz.

Ne oa ket gouest d’he lenn gant he zaelou ; koulskoude guelout a reaz oa maro he barossian ker.

Lavarout a reaz : « Maro, peorien, neb ho mage, neb ho kuiske ; maro an hini ho kare, Berneviz, kerkouls a me ! Maro neb a gare he vro hag er greaz beteg ar maro ! Maro da zaou vloaz varnugent, evel ma varv ar verzerien hag ar zænt !… »


PEDERVET NOSVEZ VARNUGENT
————

E Kamaret e bro Krozon,
E oa diskennet ar Saozon,
Bragal a reent var an aod,
Gant ho gweliou gwen-kan digor.

Ar Saozon oa kasseet gant ar Vretoned, ha lec’h o doa. Eur bloavez pa oa roue Loiz pemzek, d’an eil euz a viz guengolo, ar Saozon, o klask atao ober droug deomp, a zeuaz er barrez Sant-Kast, euz tu Sant-Malo. Ar c’horn-bout oe klevet e Koat-Sall o voudal : Ar Saozon, ar Saozon ! paotret, beac’h dezo. Eiz mil den oa, hag en ho zouez tud euz ar Vro-Gall, gueich-all Breiz. Ar baotret euz hon bro-ni a gane o font a enep ar Saozon hag a gane er c’hiz-man : « Neb en deus gouneet ter gueich a c’hounezo n’euz forz pe veich. » Ar re Bro-Gall, o klevout ar ganaouen-ze, a gane ive eur ganaouen e brezounek. Choum a rezont sapatuet pe souezet euz an daou du ; hag eun neubeut goude, taol a rejont ho armou, hag a redont d’en em vriata an eil egile evel breudeur ker, dirag ar Saozon. Ar reman, estlammet ha kounaret, o velout oant dilæzet gant ar re Bro-Gall, en em dennaz prim d’ho batimanchou.

Laouennat a rin c’hoaz ho kalonou en eur lavaret deoc’h ar pez o deuz gret ar vartolodet breton euz a bep amrer a enep ar Saozon. Ar Vretoned zo bet atao ter d’ar brezel, ha dreist oll var ar mor. Ni zo ganet var aochou ar mor, hon bugale zo martolodet. Da biou vo komzet guella euz gloar hon martolodet gueich-all ?

An hini kenta eo Guillou ar C’hastel, euz Tremazan. Hen hag he vreur Tanguy o deuz epad ho buhez lakeet ar Saozon da derc’hout dirazo. Devet o deus porziou braz e Bro-Saoz, kemeret an ed, al loenet euz ar meachou tro-var-dro, evit ho c’hass e Breiz, e pelec’h an enemiet o doa da genta devet ar C’honket. Guillou ar C’hastel a varvaz en eur gombat vraz var vor. Atao enep ar Saozon, skei a reaz beteg he huanad diveza.

Kerret, lezhanvet Baro-Du, a zaveteaz ar batimanchou pe listri breton e 1340 kichen l’Ecluse hag a gassaz prizonier gantan e Sant-Malo pevar lestr saoz.

Goude-ze e komzin deoc’h euz a Brimoget, kabiten euz ar brassa lestr oa bet lakeet ober e Montroulez gant an dugez Anna, hanvet La Cordelière. Kals a listri saozon a glaske neuze tostaat euz hon aochou. Primoget na hellaz ket leuskel ar Saozon da zont ker tost. Dont a reaz e meaz euz mor Brest, gant eun neubeut listri da ober brezel. Goude eur gombat vraz, da oe dezan dont er mulgul heuliet hag harzet gant al listri saozon. Na gollaz ket kaloun, dress a reaz he listri hag a zeuaz adarre a enep ar Saozon beteg Lou-Maze an traon. Ar Saozon o doa pevar-ugent lestr, ar Vretoned ugent hebken. Primoget a zalc’haz ker stard koulskoude ma traillaz kals a listri saozon. Dont a reaz beteg hini pen braz ar Saozon ; taolet oa tan euz a bep tu var al lestr breton, An tan a grogaz kement enni d’an divez ma renkaz ar vartolodet en em deurel er mor evit klask pignat var al listri all. Primoget, gant lod euz he vartolodet, a choumaz var he lestr ken en doe staget outi al lestr saoz, heman oe devet raktal. Neuze en em daolaz er mor, e pelec’h en em gollaz dre ar boez euz he viskamand houarn. An dra-ze na viraz ket na ieaz al listri breton beteg an douar saoz d’he ravaji.

Ar ger Sant-Malo en deuz kals euz he bugale brudet var an oll moriou. Jakez Kartier a anavezaz ar c’henta an tu euz an Amerika, hanvet abaoue ar C’hanada. Dugay-Trouin, ginidik ivez euz ar ger-ze, oa kabiten eul lestr da drivec’h bloaz. O veza n’em gavet etre c’huerc’h lestr braz euz ar Saozon, choum a reaz da gombati ganto epad pedir heur. An hini brassa euz listri ar Saozon a dostaas outan beteg eun ten bistolen. Guerniou al lestr Dugay-Trouin oa torret, an tan a groge en he boultr ha na felle ket dezan n’em renta prizouner. Taolet oe var pont al lestr gant eun ten kanol, ha kemeret oe gant ar Saozon. Saveteet oe euz he brizoun gant eur plac’h iaouank saoz, en gare kalz. Dugay-Trouin, epad he vuhez, a zavaz ar pavillon a Frans ken huel ma oa doujet var an oll moriou. Ober a reaz prizounerien. Kemerout a reaz diveich pennou braz ar Saozon gant ho listri, ha mervel a reaz goude beza bet gouliet en eur gombat vraz.

Surkouff oa ivez euz a Zant-Malo ; lavaret a reer oa kar da Dugay-Trouin euz tu he vam. Henvel oe ountan en he oberou burzuduz. Da ugent bloaz oa kabiten eul lestr. Eur veich m’an doa kemeret eul lestr brassoc’h evit he hini, pignat a reaz varnezan gant he vartolodet. Kavout a reaz var he hent eul lestr kals brassoc’h c’hoaz ; tostaat a reaz ountan araok na oa anavezet ar Francisien, hag e neubeut amzer e kemeraz al lestr-ze. Mont a reaz eur veich gant eul lestrik a enep eur vatimant vraz hag er c’hemeraz ker buhan. He hano a zeuaz da veza eur spount evit ar Saozon, eun enor evit ar Vretoned.

Pa oe Louis c’huezek roue a Frans, oa ar guella amzer evit an dud a vor. Morse n’euz bet guelet e porz Brest kement a listri ker kaer, na ker doujet gant an enemiet. Ar Saozon a dride a gounar, o velout ar batimanchou-ze ; anavezout a reent ar boez euz ho boulou. Eul lestr, hanvet ar Zurveillantez, en em gavaz e kichen an enez Eussa dirag eul lestr saoz. Ar c’habiten breton oa Kouedik Kergoualer, hag ar Magn euz a Gervignac oa ar paotr-levier. Adalek pemb heur euz ar mintin beteg an noz e tennaz ar c’hanoliou ; ar c’hanolerien ne oant ket skuiz ; pevarzek boul o doa toulet al lestr breton ; ar c’habiten oa goal vlesset, ha koulskoude choum a ree var ar pont da ober kaloun d’he vartolodet. Ar reman oa gouliet nemet unan ; pemp troatad dour ha kement a voad oa e gouelet al lestr. Evel-ze en em gave ar stal pa oe troc’het an driss gant eur voul saoz a reaz koueza ar zinel guen. Ar Saozon a grede an dra-ze oa disken ar zinel evit lavarout en em gave ar Vretoned trec’het. Ar Magn a bignaz deoc’h-tu var ar vern-volosk, e kreiz ar volijou a zone e kichen he ziouskouarn, hag e stagaz euz ar vern eur mouchouer guen evit pavillon. An tan a grogaz el lestr saoz ; ar Saozon en em daole er mor evit en em savetei araok an tan. Ar vartolodet breton a lakeaz ho bagou e meaz evit ho savetei ; na zellent mui outo evel enemiet. Pa zeuaz ar Zurveillantez en dro er porz Brest, ar bobl a ioue fors d’he saludi. Ar Magn oe galvet da Baris, hag azea a reaz ouz taol ar roue. Roet oe dezan eur vetallen aour, ha gret oe officer. Kouedik en doa ar groaz na hellaz ket he dougen, rag gouliet oa d’ar maro, hag ar groaz oa lakeet var ar c’horf marv. Hag evit guir, pa bignaz ar veich kenta var ar Zurveillantez evel kabiten, en doa lavaret : « Houman vo din pe da varo pe da enor. » Bet eo an eil hag eben ! Kerandraon, he letanant, den iaouank a c’huezek bloaz, oe tost d’ar maro. Staget oe ar groaz euz ridochou he vele, ha dont a reaz da barea gant ar joa.

Kergariou, pa oe gret kabiten euz ar Belle-Poule, a lavaraz ar memez komzou evel Du Kouedik. Epad trizek heur emgann a zalc’haz ouz ar Saozon, hag er moment euz he varo a lavare d’he vartolodet : « Dalc’hit, bugale, dalc’hit atao, beac’h d’ar Saozon ! »

Kergariou, breur d’an aotrou Kergariou-ze, hen venjaz ; karget da hencha al listri marc’hadour ha pesketour a dlee treuzi ar moriou ; ho savetei a ree atao. Eur veich ma oa kalet ar gombat, oa lazet uneg den en he gichen en eun taol ; hag hen he unan oa taolet var ar pont evel maro. Sevel a reaz raktal evit kombati adarre. Eun devez m’an doa trec’het eul lestr saoz, he hini, hanvet la Sibylle, oa ken treuzet gant ar boliji, ma zeue an dour ebarz ken na helle mui herzel. Eul lestr all saoz a dostaaz outi hag a daolaz tan enni. Kergariou a zalc’haz c’hoaz ken na choumaz mui var al lestr na poultr, na guerniou, na lien, ha ma oa laet an hanter euz he dud. An dour a zeue muioc’h-mui e gouelet al lestr. Neuze oe gret prizouner gant ar Saozon.

Du Rumin, euz a Lannuon, Bisson, euz a Guemene, hag he baotr-levier Tremintin, euz an enez Vaz, o deuz karet guelloc’h beza konfountet e gouelet ar mor braz eget renta ho favillon d’ar Saozon. Le Bastard de Kerguiffinek na rentaz he hini nemet goude beza en em gannet gant ar vrassa kaloun gant he lestr he unan a enep pevar lestr saoz.

Setu aze, va zud vad, an istor em boa da gounta deoc’h, na ankounac’hait ket anezi ; mar vije bet habiloc’h an dall koz o pije klevet kals traou kaer c’hoaz var hon martolodet.


PEMPET NOSVEZ VARNUGENT
————

O douar a Vreiz-Izel, o ma bro glac’haret,
E pe mor a zaëlou e oud bet taolet ?
Gueich all e oez brao, joaüs ha laouen
Breman te zo, siouaz ! mantret gant an anken !

An dall koz, araok kounta c’hoaz istor ar Vreiz, a gomzaz evellen :

Tud o peuz va selaouet ker mad bete vreman, cetu ni arruet d’ar mare ker maleurus euz hon istor, a hanver ar Revolution vras.

N’eus netra goassoc’h eget eur revolution pe dispac’h en eur vro.

Eur revolution zo evit ar broiou evel an dersien domm evit an dud, eun arneu braz evit listri var vor.

Eur vro hag a ra revolutionou en em zistruj he unan ; erruout a ra gantan evel gant eun den en deuz klenvejou braz an eil goude egile.

Peurvuia neket ar bobl a ra ar revolutionou ; gret e vent en despet dezan gant eur rummad tud ha ne n’em gavont ket mad en ho stad. An dud divar ar meaz, ispicial, ne glaskont nemet ar peoc’h, rag pea a renkent n’euz forz pe du, ha goassoc’h en amzer eur revolution eget en eun amzer all.

Me oa goall iaouank pa zigouezaz ar malheur braz-ze, ar brassa zo kouezet var rouantelez Frans.

Guelet em euz dibenna va zad ha va mam baour ; kemer va lodennik leve ; diskar kroaz va iliz ; kass kuit person va farrez ; bet oun bet va unan kasset er meaz euz ar seminer e pelec’h e oan oc’h ober va studi. Neuze n’em euz bet evit guele nemet an douar kalet, hag evit ty nemet ar c’hoajou ; er vuhez kriz-ze em euz kollet ar yec’het hag ar guelet.

Ar revolution en deuz va laket da veza eur c’hlasker bara.

C’hui vel dre gement-ze ne hellan ket kaout karantez evit ar Republikanet.

Pedi a ran Doue ma rei din ar c’hraç da lavaret deoc’h ar virionez heb kassoni ebet. Ar re o deuz gouzanvet muioc’h evidoun-me, o deuz pardonet.

Neuze an hini dall a lavaraz an dra-man :

Pa oa dimezet an dugez Anna gant ar roue a Frans, e oa bet skrivet en he c’hontrad-euret e vije bet miret lezennou ar vro-man.

Ar Vretoned a bee neubeutoc’h a viriou eget ar broiou all ; ar c’hontributionou na helle beza lakeet var ar bobl nemet goude ma vije goulennet grad-vad pe konsantamant ar Vretoned assamblet en ho c’honseil.

En amzer Louis pemzek ar Frans oa gouarnet en he fez gant ar memez lezennou ; hag ar roue Louis c’huesek a c’hoanteaz lakaat ar Vreiz da heulia ar rest euz ar Frans.

Bez e oa e Konseil ar Vreiz hag ar Frans, tri urz : hini an dud a Iliz, hini an Noblans hag hini ar Vourc’hisien.

Peb hini euz an tri urz-ze a roe he vouez en eun taol : hini an dud a Iliz oa niveret evel eur vouez, hini an noblans evit eun all, hag hini ar vourc’hisien evit eun all c’hoaz.

An dud a Iliz hag an noblanç a zinac’haz en eun taol ar pez a c’houlenne ar roue : o lavarout oa ar bobl re baour evit pea muioc’h evit ne oa kustum.

Ar vourc’hisien a oa kontant d’ober ar pez a c’houlenne ar roue ; mæz n’o doa nemel eur vouez ; ha koulskoude a oa muioc’h a vourc’hisien evit a dud a Iliz hag a noblans assamblez. Goulen a rejont neuze digant ar roue ma vije torret ar c’hiz koz, ha ma roje peb den he vouez evit an afferiou.

Var ben an dra-ze en em zavaz trouz e Roazon, eno oa assamblet konseil ar Vretoned ; ha dont a reaz ar vourc’hisien hag an noblans da gombati etrezo.

Ar vourc’hisien a gommanças da skei da genta. An duchentilet a lakeaz ho dorn var ho c’hleze, ha lazet oe eun den pe zaou.

Ar roue, o sonjal unani he sujidi ha lakaat ar peoc’h etrezo, a c’hourc’hemenaz ma vije assamblet ar c’honseil braz euz ar rouantelez Frans hanvet e gallek les Etats-Généraux ; hag e lezaz peb unan da rei he vouez hervez he santimant. An noblans euz a Vreiz, o sonjal e erruje malheuriou, ma vije torret ar c’hiz koz, na fellaz ket dezi mont da Baris.

O veza en em zastumet e Sant-Briek, an noblans hag an eskibien a bedaz kalounek ar roue da lezel al lezennou koz evel ma oant. Ho feden ne oa ket selaouet ; ar pez o doa lavaret a zigouezaz.

Er bloaz 1789, 13 euz ar miz even, an aotrou Dreux-Breze o veza deuet da rei gourc’hemen euz a berz ar roue d’ar c’honseil euz ar Frans, ar vourc’hisien, dre c’hinou Mirabeau, denchentil a vuhez dirollet, hag ho gouarne dre he skiant vraz hag he brezek kaer, a lavaraz d’an aotrou Dreux-Breze :

Ar bobl zo guelloc’h mæstr evit ar roue. Deuet omp aman dre urz ar bobl, ha den na gomando aman nemet ar bobl.

Neuze oa chenchet hano ar c’honseil, hag e oe galvet ganto e gallek Assemblée Nationale.

Eur speret a ravolt en em skignaz en oll vro. Ar bobl dichadennet en em daole var nep na blije ket dezan. Devi a ree eur maner pe eur c’hastel evel eur bern-plouz.

E Breiz, an dud divar ar meaz na reent ket evel-ze. Choum a reent da labourat an douar, o lezel ar bobl euz ar c’herriou d’en em revolti ha da ober drouk.

Mæz ar vourc’hizien oe douget d’ar ravolt. Ker Naonet ha ker Kemper a voulc’haz an ebaden kenta euz ar revolution. Er ger a Gemper e 1597, an aotrou chaloni Moreau a lavar, an dud a rene afferiou nan dre guzul mad mez evel tud diboell, an oll oa mœstr var he veno, evel sujidi ar roue Petaud. Petra en dije lavaret ar chaloni mad-ze m’an dije guelet an diroll euz tud Kemper poulzet gant konseil ker hag he senechal. Ar re-man a gavaz an dic’haou euz ho foan var ar chafaut rag dibennet oant dre zaouarn ho mignonet nebeut bloaveziou goude. Ar re o deuz preparet ar revolution o deuz bet kasi oll ho c’hasti memez er bed-man hag ar c’hasti-ze oe beza dibennet : eurüz ar re na gavsont ket ouspen ho c’hasti er bed all !!

Eur gernez a zeuaz da greski malheur ar vro. Tud hag o doa ezom euz hon trubuillou evit ho interest ho unan o doa prenet an ed ; hag e gasset er broiou diavez evit ma heljent æssoc’h aze lakaat ar bobl d’en em revolti.

Neuze e teuaz tud euz a Vrest e Lannuon da brena ed evit magadurez ar vartolodet. Ar bobl a Lannuon a laeraz an ed prenet gant an dud euz a Vrest hag e klaskjont laza anezo. Tud vad e Lannuon a reaz ho fossubl evit difen re Vrest. Eur c’higer a zeuaz el lec’h ma oant, gant eur gontel vraz a leme dirazo, o c’houlen troc’hi ho fen. Diæz oa tenna an dud paour-ze euz daouarn eur bobl ker kriz.

An assamble e Paris na golle ket amzer ; ober a re lezennou nevez, hag e tistruje an oll gisiou koz ; roet oe armou d’an oll dud iaouank er c’herriou, o lavarout dezo difen al lezennou nevez-ze.

E Breiz, en em zastumont e Pontivy ; Moreau, den iaouank a ree he studi e Roazon, oa ho fen kenta ; bet e bet abaoue eur jeneral braz. Goude eun offeren lavaret evit kement-se e Pontivy, pep den iaouank a douaz chom bepret unanet gant he gonsortet ha beza prest da zifen al lezennou nevez.

Al lezennou-ze ne oant ket oll fall : lod a oa mad, ha lod fall. Lammet oe d’ar bersonet al leoriou badiziant, al leoriou oa merket eno an eureujou hag hanoiou an dud decedet. Hanvet oe eur mer e peb parrez. E parrez Krozon ar c’henta mer oe ar c’hure, an aotrou Meilars.

C’huerc’h kant den hag hanter-kant oa deuet evit-se er vorc’h, ken euz a Rostudell, ken euz a Irgarz, hag euz a Dregoudan, ar c’herriou pella euz ar barrez.

An dra-ze, va zud vad, oa evel m’an dije lavaret tud euz ar barrez-ze : Na fell ket deoc’hu fiat ken hon interest nemet da eur mer ; mad, hor c’hure vo hor mer en despet d’ho kiziou nevez.

En amzer-ze ar bobl a Vrest a oa arrajet evel bleizi ; na glaske nemet lazerez. Neket mui evel-se pell a zo, trugare Doue, hag ar bobl a Vrest zo breman ker mad ma eo brudet evit he aluzennou braz. Savet oa neuze eun aoter paper var blaçen al Liberte ; eun ofisour iaouank a reaz goab euz an aoter-ze evel m’an dije gret peb christen, peb den a skiant. Ar bobl en em strinkaz varnezan ; an den iaouank en em guzaz en eur gambr hostaluri. Ar bobl a lammaz en ty dre ar prenestou ; hag o veza kavet an den iaouank, he lazaz, ha troc’hi a reaz he ben dezan var ar Pont-Douar.

An dud-ze oa deuet henvel euz ar sovajet hag ar bayanet dre ho c’hrisder hag ho ceremoniou impi.

Ar vartolodet, pa ziskenjont e ker, oa poulzet d’en em revolti ive. Ne sentont mui euz ho ofisourien, ober a reent goab anezo. An amiral, pen-braz ar vartolodet, a gomzaz outo dre gaer hag a c’houlenne diganto perag ne zentent ket euz ho ofisourien. Ne oa gret dezan respont ebet. Goulen a reaz diganto, ha poan o doa bet gant ho ofisourien. Nan, eme ar vartolodet. Mæs sellet a rejont ker du, ma velaz an amiral na helle ket ho distrei da vad. Eun devez ma oa an amiral en eur vag vihan evit dont euz a Vrest var he vatimant vraz, e klevaz martolodet o lavarout d’ar re all ha da væstr-touer ar vag : Taol ar vag e gouelet ar mor. Klask a rejont krouga an aotrou Marigny, unan euz ho ofisourien ; redek a rejont var he lec’h evel chass varlec’h ar c’haro.

Ar roue a gassaz dezo kannadou evit ho renta sentussoc’h hag ar peoc’h a renaz evit eun neubeut amzer.

C’HUEC’HVED NOSVEZ VARNUGENT
————

Lezen Doue gueich all a rene kaër ar vro,
Hirio lezen tud fall he stlej eon d’ar maro ;
Vel eur vanden chas mud gant kounnar, noz ha deiz ;
Emaint e touez an dud o klask mouga ar Feiz.

An dall koz, en nozvez-ma, a joumaz eun neubeut mad o sonjeal araok komz evel an deveziou all ; an oll dud, boazet da zont d’he selaou, a baree oll ho daoulagat varnezan, gant ar c’hoant o devoa da glevout adarre kounta ar pez a oa tremenet en ho bro en eun amzer ken tost dezo, hag o doa klevet aliez ho zud koz o parlant anezan.

Iann an dall a zavaz neuze he ben stouet varzu an tan, hag en or drei gant dousder varzu ar re oa dastumet en dro dezan, hag a ziskueze eur c’hoant ker braz d’he glevout, a lavaraz :

Ar pez am euz da gounta deoc’h hirio, a zo diœz da gompren evit tud o deuz neubeut a zeskadurez, hag a vev pell euz ar bed eveldoc’h. Koulskoude, ar c’hoant em euz d’ho lakaat da gompren ho interest evit ar bed-man hag evit ar bed-all, a lak ac’hanoun da glask an tu d’ho diskleria deoc’h ar sklæra ma hellin ; hag hervez ma zan da gomz deoc’h euz ar brezel euzuz grœt en amzer trubuliuz-ze d’ar relijion, a reketan sikour Doue evit hen ober mad.

Neuze an den dall, o veza groet eur bedennik ver a greiz kalon, a gomzaz evellen :

Ar speret a zizpriz evit ar feiz hag ar speret a zizentidigez a oa en em skignet neuze en eun doare izkiz en oll broiou euz ar bed. Tud en em unanaz dindan hano gallek a Francs maçons, evit lemel divar an douar ar relijion gristen, an hano hag ar sonj soken euz a Zoue.

E peb bro, hag e peb amzer, abaoue ma zeo krouet ar bed, ez euz bet tud difeiz ha digoustians, na felle ket dezo senti nag euz lezen Doue nag euz lezen an dud ; mæz ne oa ket bet guelet morse an oll dud impi euz ar bed oc’h en em unissa kenvret evit disklœria ar brezel da Grouer an env hag an douar ; hag, evel ma el lavarent ho unan, evit distruja er bed oll an aoteriou, ha diskar an oll rouanet, evel ma oa guelet neuze ; hag abaoue an niver euz an dud fall-ze a ia atao var gresk.

Ar re en em glev evel-ze a enep ar relijion, zo oll tud o deuz offanset Doue marvelamant, ha na fell ket dezo ober pinijen. Lakaat a reont da drei ganto al labourerien er c’herriou, hag ive soudardet ha martolodet, en eur drompla anezo var digarez ho nebeut a zeskudarez.

Ar c’henta tra a reont, evit gouniz eun den iaouank divar ar meaz, eo ober goab anezan, mar gra sin ar groaz ha mar heuil he zeveriou a gristen. Pa velont e kren ar paotr iaouank dirazo, ha na gred ket mui nag ober sin ar groaz, nag antreal en ilizou, e teskont dezan neuze ho chatekiz, kontrol-fet d’ar relijion gristen. Breman, siouaz, ez euz nebeut a Vretoned iaouank a gement a zalc’hfe mad d’ho c’hreden, goude beza bet er meaz euz ho bro ; en amzer ma oan-me iaouank, ne oa ket c’hoaz ker stank an dizpriz evit ar feiz.

Diœz oe zoken c’hueza tan ar ravolt etouez eur bobl oa bet bete neuze leun a zoujans Doue, a respet hag a garantez evit ar relijion santel ; red oa eta chench sperejou ar Francisien hag o lakaat da zisprijout ha da gassaat ar pez o devoa enoret, karet ha respetet beteg neuze. Dindan an hano a philosophet, pe tud fur, ha var an digarez da rei d’an oll lod euz ho sklerijen hag euz ho furnez, e skuillont ho c’hatekiz ampoesonet elouez an dud. Ne espernont na poan na dispign ; komzou, gwerziou, skridou, a vije guerzet marc’hat mad d’ar bobl, roet zoken evit netra, evit ma helje an oll braz ha bihan, paour ha pinvidik, kaout eun tanva euz ar sklerijen nevez ; ar iaouankiz a zeskaz er c’hatekismou nevez-ze an dra-man : ar relijion ne deo nemet tromplerez hag ar spont rag Doue eur sotoni ; en eur ger, an den nen deuz ene ebet, na kont ebet da renta er bed-all demeuz an oberou en devezo gret er vuez-ma.

Selaouit breman, va c’henvroiz ker, pe seurt frouez a zougaz e ber amzer ar seurt katekismou-ze.

Evel m’euz lavaret deoc’h kent, ar roue en devoa galvet e Paris, ar 5 mae 1789, ar c’honseil-braz euz ar rouantelez galvet e gallek : Les Etats-Généraux. — Eskibien ar Vreiz, tud euz ar re vella, na fellaz ket dezo mont da Bariz, rag guelout a reent pe seurt sonj oa etouez an darn-vuia euz ar re a ie dy. An aotrou de Girak oa eskop Roazon ; an aotrou de Hercé, eskop Dol ; an aotrou La Laurentie, eskop Naonet ; an aotrou Amelot, eskop Gwenet ; an aotrou Le Mintier, eskop Landreger ; an aotrou de La Marche, eskop Kastel-Paol ; an aotrou de Saint-Luc, eskop Kemper. Koulskoude, pa oe hanvet deputet, pe kannadou evit ar c’honseil-braz, lod euz ar bersonet ne gomprenjont ket mad avoalc’h sonj an dud fall. Guelloc’h vije bet dezo heulia skuer ho fastoret kenta ; mont a rezont, siouaz, en Assemblée evit ho malheur kasi oll.

Etouez ar vourc’hisien hanvet e Breiz evit mont da Bariz, en em gavaz daou alvokad braz euz a Roazon, boazet euz a bell a oa da lakaat ar gaou da vir, ann daou-man a reaz eur brezel kriz d’ar relijion.

Pa lenner Istor ar Revolution el levriou skrivet gant ar Republikanet, e vezer spontet o velout an hardiegez, ar follentez euz tud ar c’herriou ; evel tud dall e taolzont kuit gouarnerien ho c’herriou evit lakaat en ho lec’h tud nevez. Ar re-man na zentent ket memes euz an Assemblée. An dud iaouank diboëll ha pennou skanv, an dud didalvez a gomande e peb lec’h ; red oa hebken beza hardiz kenan. An hini en doa he vrassa lod e park ar Briz oa neuze ar guella evit hencha ar vro. Seulvui oa kanfard ha sod an dud iaouank en ho menoziou, seulvui oa fall ho oberou ; oberou tud kriz ha divarn.

D’ar c’henta devez ma oa digoret ar Stadou, 5 mae 1789, ar brezel a gommansas a enep ar relijion hag ar veleyen. Araok na oant azezet var ar bankou etouez ar re all, e oant kondaonet dija e kalon an darn vuia euz an deputet, pe kannadou, oa dastumet eno ouspen mil anezo ; niver kalz re vraz evit m’ho dije hallet biken en em glevout gant furnez.

Ar Stadou a zigoraz eta d’ar bemp a viz mae 1789, ha d’ar bevare euz a miz eost er memez bloavez, tri miz goude oe goulennet digant ann oll dud a Iliz an dilœz a gren euz an oll guiriou o doa bet beteg neuze er rouantelez Frans. An dud a Iliz ne varc’hatjont ket ; ober a rejont deoc’h-tu an dilœz-ze euz ho guiriou.

Neuze Louis XVI, roue a Frans, o velet pegement a drouz a oa er Stadou rag n’en em glevent devez ebet, nemet evit distruj bemdez eur c’hiz bennag ; o velout an dizurz en em skigna er vro, hag an dud dirollet o sailla var ar maneriou hag ar c’hastelliou, a c’houlennaz sikour an eskibien evit diskuez d’ar bobl he follentez, ha goulen a reaz pedennou publik evit dioual ar rouantelez euz buanegez an aotrou Doue.

D’ar 14 a viz guengolo 1789, evit senti ouz ar roue, an aotrou Le Mintier eskop Landreger, a skrivaz d’he bobl eul lizer kaer meurbet, enan a lavare : « Allaz, va breudeur, pegen dishenvel eo breman ar rouantelez Frans euz ar pez maz oa guechall : Frans, te oa ar c’haera loden euz ar bed katolik, da vugale oa euz an dud guella ; ha breman setu da brincet divroet o klask tec’hout rag ho c’henvroiz kounaret ; an den euz ar vro enebour d’an den euz ar memez bro ; ar speret a zizentidigez meulet ha savet huel meurbet. Na heller mui na prena, na guerza ; al lezennou n’int mui heuliet ; ar re zo karget da lakaat an dud da senti d’al lezennou n’o deuz mui ar gallout ; an nerz a zo breman e daouarn ar bobl ; hag an nep en deuz da glem euz eun all, a hell skei gantan heb na vo miret outan. An den venjus a zo mœstr da laza nep a zisplij dezan. Ia, goad hor breudeur zo skuillet : ha Pariz, kær ker brudet dre zouzder ha deskadurez he habitantet, a zo bet disenoret gant goad inosant skuillet gant tud henvel ouz loenet gouez er c’hoajou. » Neuze an eskop santel a lavar d’he bobl a vel mad pe seurt c’hoant o deuz an dud difeiz da ziskar ar relijion ; ha n’o deuz goulennet dilœz guiriou an dud a Iliz nemet evit dont œsssoc’h a ben anezo. An dra-ze a oa guir hervez ma velfot dre ar pez a erruaz goudeze.

Al lizer-se skrivet gant eun eskop, a dlie beza lennet gant respet ha doujans ; mœs an dud fall a laoskaz eur c’hri hag eun hu braz en he enep, hag a oe persekutet pe iskinet an eskop mad-man evit beza grœt he zever.

Galvet oe da gomparissa dirag an Assemblée Nationale evit renta kount euz he gundu. Tud euz he eskopti o doa soken an hardizegez da c’hervel evel-se ho eskop da veza barnet e Paris. Disonjet oe neuze a gren an doujans dleet d’an eskibien ha d’an oll dud e karg.

D’an 13 a viz here 1789, an aotrou Talleyrand, hag en deuz saotret he hano dre he drubarderez, a lavaraz d’an Assemblée Nationale, guerza oll danvez an Iliz evit pea dlee ar rouantelez.

D’an dregont euz ar memez miz an aotrou Boisjelin, ginidik euz a Vreiz hag arc’hescop euz ar ger a Aix, a ziskuezaz skler d’an oll na helle danvez an Iliz beza kemeret na guerzet gant den, nemet e vije bet goulennet araok aotre hon Tad-Santel ar Pab. An eskop-ze hag eur bœlek all, hanvet Maury, o doa komzet ker kaer ma grenaz an dud fall gant aoun da goll ho zam lip he bao, guerzidigez oll danvez an Iliz. Abalamour da-ze, na bermetjont ket rei ar moueziou en devez-ze.

D’an daou a viz du 1789, oe eun devez ten evit Iliz Frans : Tri mil den fall hanter guisket, heb boutou na lœrou, gant bizier hag armou en ho daouarn, a walgasse an dud a Iliz pa zeuent en Assemblée ; hag e lavarent o dije lazet nep n’en dijet ket roet ho mouez evit guerzedigez madou an Iliz. Lod euz ar veleyen ne gredjont ket dont beteg an Assemblée en devez-ze, ha lod all a oa ker spountet gant ar c’hri hag an hu euz an dud fall, ma oe roet ar moueziou evit ar verzedigez heb difen ebet.

Eur malheur braz oa evit ar rouantelez, hag eun dislealdet euz ar re vrassa ; rag an darn-vyuia euz ar madou-ze a oa bet roet d’an Ilizou, a galon vad, gant tud devot a c’houlenne pedennou evit soulajamant ho eneou goude ar maro ; ho eneou a renkaz chom da leski er purgator, rag na oa mui nag offerennou, na pedennou evito.

Ar verzedigez-ze, grœt gant tud fall, na reaz soulaj ebet d’ar bobl ; rag ar madou-ze oa guerzet kasi evit netra ; ha na brofitaz euz an arc’hant nemet ar re o doa lakeet ober foar varnezo.

Neuze oe karget eur rummad tud, ispisial alvokadet, da jench lezennou an Iliz ; an neubeut beleyen, hag an daou eskop galvet da labourat ganto, a renkaz ho lezel da ober al lezennou nevez-ze ho unan.

D’an 13 euz ar miz fever 1790, difennet oe d’ar relijiuset n’em gonsakri da Zoue, en despet d’an difen kaer a reaz var ar poent-ze an aotrou de La Fare, eskop Nancy.

Evel-ze, tud ar bed, alvokadet difeiz, en despet d’an eskibien ha d’ar veleien vad, rag be o doa hallet dija gouniz en ho c’hostez etouez an deputeet pe kannadou, eun neubeut beleyen ha relijiuset fall, mœz ar relijion. Tud ar bed, tud difeiz a n’em lakeaz etre Doue, etre Jesus-Christ hag an eneou a zibab dreist ar re all, hag a zifennaz euz an dud-ze en em rei d’ho C’hrouer. O dallentez ! o divezdet ! o sakrilaich !

An dall koz a jomaz neuze heb lavaret ger, sevel a reaz he zaoulagad serret ha leun a zaëlou varzu an env. An oll amezeien en em dennaz sioul, ho c’halon rannet gant ar glac’har, o klevout pegen braz oa bet guechall er vro an dianaoudegez e kenver Doue !




SEIZVET NOSVEZ VARNUGENT
————


O Breiz, bro karet setu da vugale,
Huel ho baniel a leveront deomp-ni ;
Ha bezit christenien dirag an dud impi :
Gant joa hon deuz skuiliet hor goad evit ar fe !

An eskibien, o velout ne oant ket gouest da barlant en Assemblée, kement a drouz e vije greet evit mirout outo da veza klevet, ha ken injuriet e oant pa bignent er gador, a lakeaz dre skrid ar o doa da lavaret evit difen an Iliz.

Neuze an dud difeiz a sonjaz e vije ret ober d’an oll dud e karg er rouantelez toui pe ober al le e oa mad ar pez a reent, hag e vije dalc’het d’ho lezennou. Pa oe grœt al le-ze en iliz-veur a Dol, an 21 meurz 1790, an aotrou’n eskop Hercé a lavaraz : Aotrounet, arabad eo deoc’h sonjal e kafemp mad ar pez en deuz grœt an Assemblée Nationale divar ben ar relijion ; Jesus-Christ en deuz fiet hor c’hreden d’an Iliz ; hi hepken a oar petra zo mad da ober var ben an traou a zell euz ar relijion ; ha n’euz nikun ac’hanomp a gement ne rofe he vuhez kentoc’h evil he dilœzel.

Evel-se an aotrou’n eskop Hercé a zisklœriaz he feiz dirag an oll. N’oc’h ket evit kompren peger braz oe ar gasoni oc’h an eskibien en amzer-ze. Labouret e vije da lakaat ar veleyen da drei kein dezo ; mœz kaer oe labourat evit-ze, ne oa nemet ar re fall n’o doa ket a ziaraok kunduet eur vuhez vad a gement en em zavaz a enep ho eskop.

Neuze an aotrou Karron, bœlek santel euz a Roazon, a skrivaz d’an oll veleyen, kureet eveltan, evit lavarout dezo derc’hel mad d’ar respet a dleent d’an eskibien, hag evit lavarout dezo dioual rag ar re a glaske o dispartia diouto.

« O va breudeur er velegiach, eme-he, diouallomp da zisprijout an eskibien, dalc’homp dezo, sentomp outo. An hini na fell ket dezan senti oc’h an hini zo huelloc’h evitan, a zeu buhan da goueza er schismou hag en hœreziou. Petra lavarfe sant Cyprien mar klefe ar pez a vez lavaret breman a enep prinset an iliz gant ar re a dlee senti outo hag o douja ? »

Troët oa neuze an oll e Frans da glask ober evit ar guella evit chench ar pez na blije ket d’ar bobl ; ar Roue hag an dud vad a felle dezo chench an traou-ze dre zouzder ; ar re oa e pen ar Ravolt oant kasi oll Francs-maçons hag a felle dezho distruj agren ar relijion, laza ar Roue hag ober trouz.

Ar funcher zo breman a zo ar memez re a oa araog ar revolution ; chenchet eo an hanoiou ; mœz kesket ar guiriou. Gueich all oa an dail, breman ar funcher var an douar. Ar pez oa galvet neuze capitation a zo breman côte personnelle, Evel gueich all e renkomp pea guiriou var ar beva ha var ar varc’hadourez evel ma reomp breman hag ouspen pea ar c’hanved-diner da varo hon tud ; pea a reomp breman muioc’h a viriou eget pobl ebet. Ar guiriou a gresk bep veich ma c’hounezont an dud fall var ar re vad.

D’an 9 euz a viz ebreul 1790 oe goulennet ma vije distrujet an deok hep rei netra d’an dud a iliz en ho leac’h. An aotrou Boisjelin, arc’heskop Aix, na ehane da zifen an Iliz, sevel a reaz he vouez a enep an dud difeiz hag a lavaraz dezo : « Ne peuz guir ebet d’ober ar pez a fell deoc’h ; ha mar er grit, ne vo ket eur mad evit ar bobl ; elec’h guerza madou an Iliz, goulennit, digant Iliz Frans, arc’hant evit sikour ar gouarnamant hag er raio deoc’h a galon vad ; mœs ne dit ket da verza madou n’ho peuz guir ebet varnezho, na da zistruj an deok, araok beza goulennet aotre hon Tad-Santel ar Pab. Goude ma po kemeret danvez an Iliz, na viot ket pinvidikoc’h ! »

An dra-ze a zo en em gavet guir, evel m’oa lavaret deoc’h kent ; teuzi a reaz an arc’hant-ze etre daouarn an dud fall ha e chomaz ar rouantelez paouroc’h evit kent. Pa oe guerzet madou an iliz, na jomaz gant ar Francisien nemet paper hanvet assignats evit moniz. Rag na reer ket heb gloaz brezel da Zoue.

Na gemerit ket leveou an Iliz, a lavaraz dezo an aotrou Maury ; ho madou vo lammet diganeoc’h d’ho tro, ma gemerit madou ar veleyen ; goaz-aze evidoc’h !

An dud a iliz, o velout na oant ket selaouet pa gomzent evit ar relijion, en em zastumaz e ty ar c’hardinal La Rochefoucault, eskop a Rouen, evit lakaat dre skrid ar respount o doa da ober d’an dud difeiz a vire outo da veza klevet en Assemblée.

Eno e oa merket ganto an oll dismegansou, an oll dislealdet gret en Assemblée a enep ar relijion ; hag e tisklœrient neuze e oant oll prest da vervel kentoc’h evit dilœzel ar guir relijion. Sina a reont al lizer-ze d’an 19 a viz ebrel 1790.

An daou vreur Boisjelin, unan arc’heskop Aix, hag eun all eskop Auxerre, a zinaz gant eun niver braz a veleyen ha c’huec’h euz ar veleyen breton deputet en Assemblée. Rag an darn-vuia anezo oa bet gounezet d’an tu fall.

Pa oe klevet e oa sinet ar skrid evit ar guir relijion, ar veleyen en eskoptiou Breiz a c’houlennaz sina ive. Beleyen Roazon oa neuze oc’h ober ho retret, kas a rezont da Baris eul lizer evit renta enor d’an eskibien ha d’ar veleyen vad, ha kondaoni al lezennou fall gret a nevez. E Naonet, ar veleyen na zalejont ket d’ober kement all ; eskop Kemper a gassas he hano hag hini he veleyen.

Hogen an Assemblée na reaz van ebet euz a gement-ze.

An alvokaded difeiz-ze o doa gret kement a zrouk d’ar relijion dija, a reaz lezennou falloc’h c’hoaz.

D’an 29 euz ar miz mae 1790, an aotrou’n eskop Boisjelin a zavaz adarre he vouez evit difen an Iliz, hag a lavaraz d’an dud fall-ze e oa roet he gallout d’an Iliz gant Jesus-Christ, guir Vap Doue ha Doue he-unan ; ha na helle ket hi digemer lezennou digant an dud. Ha den ebet n’en doa guir da rei lezen d’ar veleyen na d’an eskibien nemet a berz hon Tad-Santel ar Pab.

Mar deuz, emezan, lec’h da jench lezennou an Iliz, ret eo goul aotre ar Pab, ha gervel oll eskibien ar rouantelez evit ober an nevezentiou-ze.

Eun alvokad hanvet Treilhar a respountaz dezan an devez varlec’h, hag a zisklœriaz direspet, en dije desket ho c’hreden d’an oll veleyen ha d’an tregont eskop oa neuze deputeet en Assemblée.

Neubeut a neubeut an dud difeiz euz an Assemblée a zeuaz a ben da ober al lezennou nevez ker brudet dindan an hano a Gonstitution civile ar veleyen ; da lavaret eo lakaat ar veleyen a renk ar re o deuz kargou er gouarnamant, hag o lakaat evel tud na zalc’hont mui ho c’harg euz a Jesus-Christ mœs euz an dud. An aotrou’n eskop La Marche a skrivaz neuze d’an oll veleyen euz a eskopti Leon, an doare d’en em gemer evit chom stard en ho dever ; hag a lavaraz da beb hini anezo : Esto fidelis usque ad mortem, bezit fidel beteg ar maro !

Etouez al lezennou sakrilaich euz an Assemblée, var ben an dud a Iliz, e oe douget houman : An eskop e vije choazet gant tud an eskopti hag hanvet d’ar muia moueziou. Ar bersonnet, hanvet evel-ze ive e pep parrez, a helle choas peb hini he gureet hervez ma karie, evit e sikour en he labour. Ar veleyen a dlie neuze toui pe ober al le, evel an dud e kargou ar gouarnamant.

An aotrounet Berardier ha Royou, ho daou euz a Gemper, a skrivaz neuze an difen euz an Iliz katolik, apostolik ha romen. An aotrou’n eskop a Leon, hag an aotrou Sant-Luk, eskop Kemper, a skrivaz ive d’hon Tad-Santel ar Pab Pi c’huerc’h, evit goul kuzul digantan. An aotrou Sant-Luk oa klan, pa zeuaz tud ar gouarnamant da c’houlen al le digantan : Cetu aman, emezan, cetu evidoun taol ar maro ! Kass a reaz neuze he respont evit reüzi al le ; hag e varvaz pevar devez goude, o veza roet ar c’henta ar skuer heuliet gant kasi an oll eskibien.

Eskopti Kemper, en eur goll he eskop mad, en em gavaz ar c’henta dindan al lezennou nevez ; hag e oe leac’h neuze da c’hervel ar bobl da choas he unan he eskop. Ar C’hoz euz a Blonevez-Porzay hag Ollitraul euz a Gemper a veulaz lezennou nevez ; an aotrou Koroller, person Sant-Vaze, e Kemper, a respountaz anezo. Hogen ar bobl, leun a joa da ziskuez he dammik gallout e afferiou an Iliz, petra bennag na gomprene ket nemeur a dra eni, en em rentaz e Kemper en despet da vouez ho beleyen, ha kalz anezo na ouient nemet ar brezonek, ha na gomprenent seurt d’ar pez a vije lavaret dezo e gallek, rei a roaz koulskoude he vouez da eun den zo bet eur bœlek touer ha schismatik, Expilly, person Sant-Martin Montroulez, kannad pe depuleet en Assemblée.

Beleyen eskopti Landreger ha beleyen eskopti Leon, o velout stad truezuz eskopti Kemper, a skrivaz d’an aotrou Mintier ha d’an aotrou La Marche, evit ober al le da choum fidel dezo ha d’ar relijion. Cetu aman respount an aotrou La Marche d’al lizer skrivet dezan euz a Vontroulez evit he avertissa, euz a berz an Assemblée, ne oa mui eskop Leon.

« Jesus-Christ eo ar pen kenta euz an Iliz ; roet en deuz pastoret d’an dud fidel ; ar reman ne hellont kaout ar vuhez eternel nemet dre ma zint fidel d’ho fastoret. Evel-ze ma n’em separit dioc’h ho fastor, ne m’oc’h mui etouez an dud fidel ; dont a rit da veza er meaz euz an Iliz, er stad a zaonation ; rag er meaz euz an Iliz, na heller ket beza salvet.

» Kaer en do ho Assemblée ober lezennou, an Iliz na hell ket beza gouarnet gant tud ar bed.

» Doriou an ifern, savet a enep an Iliz na zeuent ket a ben anezi ; hor Salver he-unan en deuz el lavaret. Me a chomo oc’h eskop, ken en do komzet hon Tad-Santel ar Pab ; ha c’hui a dlee senti ouzin, mar fell deoc’h beza salvet. »

Al lizer-ze, lennet gant tud Montroulez, a roaz kalz dezo da zonjal.

C’hoari fall ar Revolution a zigoraz er Finistère e parrez Sibiril. An aotrou Breton, ar Person, oe tamallet gant an aotrou Mær. Ar bœlek mad ha kalonek-ze, en doa lennet lizer an aotrou’n eskop er gador-brezek, hag e doa kuzuliet beleyen tro var dro da ober eveltan ; an dra-ze oa e miz here 25 here 1790. Eun den hanvet Tunk euz n’ouzon dare pe vro (rag an divroidi eo a rea ar muia drouk hag an droiou goassa en hor bro, evel ma reont atao). An Tunk-ta a felle dezan beza anavezet evel perc’henn an aod etre Plouescat ha Ploneour-Trez evit ober holen. Na deuaz ket an traou avad gantan. An Tunk a zonjaz oa ar veleyen o doa miret outan d’ober ar pez en doa bet c’hoant da ober ; ha pa gavaz an tu, ne zaleaz ket da goueza var ar veleyen n’ho doa marteze gret drouk ebet dezan.

Hag ez eaz kassoni en he galon, sonjou kriz en he ben. Mont a reaz d’en em ginnik d’an hini a gasse, he hano ar Republik, an traou en dro e ker Gastel ; hag e lavaraz dezo oa den da gregi e kement bœlek dizent, a oa etre Kastel ha Lesneven a hed an aod ; ha d’ho c’hass oll er memez dervez d’ar prizoun ; gant ma vije roët dezan tri-ugent soudard ebken : kenta parrez a gaver var an hent eo Plougoulm. An aotrou Person Le Jeune oa er presbital. Kaout a rea dezo n’ho doa nemet kregi ennan hag her c’hass ganto. Mœs ne oa ket eun hanter-heur abaoue medo ar soudardet hag an Tunk e Plougoulm, ha dija mil den, goazet ha merc’het, a oa en dro d’an iliz ha d’ar presbital. An aotrou Le Jeune e lerc’h heulia an Tunk, a zavaz er gador-brezek hag a zinac’haz ober al le schismatik ; kuitaat a ree anezho, emezan, evit eun neubeut amzer evel ma zonje. Allaz ! deg vloaz hag ouspenn a jomaz ar Frans heb beleyen ! Ar pennou kenta euz ar barrez en em glevaz gant an Tunk ha mont a reaz kuit gant he soudardet. An aotrou Le Jeune a ieaz da guzet e koajou Kerouzere ; goude an dispac’h e tistroaz d’he Iliz parrez a Blougoulm, el lec’h ma’z eo marvet, karet gant an oll.

An aotrou Inisan a lavar ez eaz an Tunk euz a Blougoulm da vorc’h Sibiril, o klask sponta an aotrou Breton. Heman na reaz van ebet. An Tunk hag he soudardet a laëraz arc’hant an iliz hag ar beorien. Aoun o doa rag ar barrosianiz ma kemerfent ar person bœlek ken dispont.

Pa oe guelet an Tunk hag he soudardet o klask beleyen, hag o laërez Ilizou, an dud vad a gasse keleier euz an eil bourk d’egile. Abalamour da-ze ne gafchont ket beleyen nag e Kleder nag e Ploueskat. Diez ho fen, ar republikanet a lekeaz embann dre bevar gorn ar bourk, e klasker eur bœlek evit eun den toc’hor ; ho foan oa kollet. O velet na helle ket dont a ben euz he daol, an Tunk a sonjaz neuze rei da zibri ha da eva d’he soudardet en hostaluri ; na oe espernet na kik, na bara, na boësson ; a leiz oa debret hag evet. Paemant avad a jomaz varlec’h. Brao c’hoaz oa bet d’an hostiz pa n’oa ket bet bruzunet kement a ioa en he dy. Sonet oe ar c’hloc’h evit eur vadiziant, klasket eur bœlek evit ober eun dimizi. Ma na reaz den a van o klevet klask ar veleyen da rei an nouen hag ar vadiziant, e rejont nebeutoc’h a van c’hoaz o klevet traou ken diskiant eget dont da ober eun dimizi ne oa ket bet embannet araog. Euz a Bloueskat, an Tunk a ieaz da Lanzeon. Kroget e oe en aotrou Inisan, person Plouzane, deuet e ty he vreur, Paul Inisan, en doa he aliet en eur vouela soken da vont da guzet. Staget a oe dezan he zaouarn an eil ouc’h egile adren he gein. Tremen daou-ugent vloaz a oa bœlek. Lod euz ar soudardet a furche an ty da glask traou da eva ha da laërez. E Guinevez an aotrou Bonnemetz, person, oa ive kroget ennan. E fesoun, a lavar an aotrou Inisan, beza kristen mad ha republikan a zo daou dra diez d’en em lakaat d’en em glevet. Ret eo chench an dra-ze, eme hon Tad santel ar Pab Leon XIII. En eur vont abiou chapel Lochrist-an-Izelvet, ar veleyen en em daolaz d’an daoulin ; mœz buntet oant var hent Lesneven en eur lavaret dezo : Baleit, koz-beleyen, e kastel Brest e pezo amzer da bedi Doue. Er vorc’h Trelez oe kemeret ar person an aotrou Kloarec. Ar soudardet a ieaz er presbital da zibri, da eva ha da laërez. En or aichui a glevzont eun trouz braz ; eur vanden a Bloueskadiz, a Guineveziz, hag a Treizlez eat kounar eno, o velet ho beleyen o vont gant soudardet ar Republik, a rede var ho lerc’h. Tunk a dec’haz dre an henchou a dreuz ; n’en doa ket kredet mont dre gear Lesneven ; hag ec’h en em gavaz e Folgoat e leac’h ma gavaz 200 soudard. Mær Lesneven hag ar re huella e karg a deuaz d’ar Folgoat da lavaret d’an Tunk lezel da zistrei ar veleyen prizoniet gantan. Diskouez a reaz dezo urz ar re Gastel-Pol da zestum beleyen ha d’ho c’has d’ar prizoun da gastel Brest ; var gement-ze Lesneveniz na hellaz ket ober ar vad o doa c’hoant.



EISVET NOSVEZ VARNUGENT
————


An oabl, siouaz ! a zo tenval, an avel foll zo o voudal.
Ne veler e bolz an envou, nemet tan, luc’het, kurunou.
Itron Maria Rumengol, miret ar vro da vont da goll !

An eskibien en em gave e Paris evit an Assemblée, o velout kement a drubuil en Iliz Frans, a skrivaz d’hon Tad-Santel ar Pab hag a lakeaz var al lizer ar pez a oa c’hoarvezet abaoue ma oe bet galvet ar Stadou e Paris ; an aotrou’n arc’heskop Boisjelin a skrivaz al lizer-ze. Houman n’en doa ket bet amzer da zigouezout gant ar Pab, ma zeuaz al le da veza goulennet digant ar veleyen deputeet.

Adversourien ar roue hag ar relijion, evit dont kentoc’h a ben euz ho sonjou fall, o doa e Paris hag e peb ker, klubou. Eno en em zastume ar falla tud euz ar c’herriou. Eno ez eo bet preparet epad ar revolution, pe an dispac’h braz, an oll grimou, an oll dizurziou euz an amzer-ze. Ne vize digemeret er c’hlubou nemet an dud anavezet mad evit beza leun a gassoni a enep ar roue hag ar relijion. Ebarz ar c’hlubou-ze, e veze kelennet an ebestel nevez a zeue ac’hane evit hada ar ravolt etouez ar bobl ; hag evit he zalla, en eur brometti dezan al liberte hag an egalite, da lavaret eo : e vije mœstr peb hini hiviziken da veva en he roll, ha na vije mui den huelloc’h evit ar re all.

Ar c’henta klub oa e Paris oa hini ar Vretonet, siouaz ! he hano oe nebeut goude klub ar Jakobinet, n’heller ket sonjal en enan hep spont !!

Ar c’hlubou o doa labouret kals evit kreski ar brezel a enep ar relijion ; pa c’houlennent kuzul euz an Assemblée Nationale e vije respountet dezo : N’euz forz petra a reot a enep ar veleyen a vo mad atao evidomp-ni.

Eur bœlek hanvet Maury, prezeger kaer, en em lakeaz da zifen eskibien Breiz ; var ar re man a goueze arraich an dud difeiz. An aotrou La Laurentie, eskop mad euz a Naonet, oa bet var var da veza lazet gant tud he eskopti, abalamour ma talc’he d’ar guir relijion. An aotrou Maury a lavaraz-ta en Assemblée e Paris : « Kaer ho pezo, ni heulio ar skuer kaer roet a nevez-zo d’an oll dud a Iliz euz ar rouantelez gant ar veleyen vad euz a eskopti Kemper ; ha m’ar fell deoc’hu gourdrouz ar veleyen euz ar maro evit kaout diganto eul le kontrol d’ho c’houstians, ni a ouezo mervel kentoc’h evit ober al le-ze. Koll fortun ha buhez ne vo netra evidomp pa ho c’holler evit derc’hel d’ar relijion. » Epad ma prezege an aotrou Maury, an dud fall a grie hag a skrive billejou evit lavaret d’ar re oa var ar ru hag ebarz prenestou ar sall, ober trouz evit na vije ket klevet prezegen kaer ar bœlek. An aotrou Maury a c’houlennaz digant an Assemblée ma na vije ket goulennet al le digant ar veleyen nemet goude vije bet klevet respount an Tad-Santel ar Pab.

D’ar bevare euz a viz genver 1791 oe galvet an dud a Iliz oa en Assemblée evit ober al le dirag an oll. Ne oa bet ankounec’het netra evit ober aoun d’ar veleyen vad ; tud fall a oe lakeet en dro d’ar zall, ha soken en diabarz, hag ar re-ze a ioue peb an amzer : D′ar maro, d’ar maro, nep na douo ket, nep na raio ket al le goulennet ! Koulskoude ar c’henta den a Iliz galvet da doui, eun eskop, an aotrou D’Usson de Bonnak, eskop Ajen, a reüzaz a gren ober al le, hag a ziskennaz euz ar gador. Eur person euz he eskopti a reaz eveltan. Unan euz an Normandi a lavaraz e talc’hje d’ar guir relijion beteg ar maro. Neuze an dud fall e kounar a zifen d’ar veleyen dont beteg ar gador, hag a lavar dezo respount ia pe nan hebken, heb lavarout perag na fell ket dezo toui. Kazalez, unan euz an depuleet mad, a glaskaz neuze difen ar veleyen ; hogen he vouez ne oe ket selaouet. Ar presidant a lavaraz neuze d’an oll dud a Iliz sevel en eun taol hag ober al le. Ar veleyen vad oa var dro tri c’hant anezo, hag en ho zouez tregont eskop, azezet oll var bankou an tu deou euz an Assemblée (rag ar re fall oe azezet var bankou an tu kleiz), ar veleyen vad, a lavaran, galvet da zevel evit ober al le, a chomaz oll azezet, ha nikun anezo na zentaz euz mouez ar presidant ; guelloc’h ganto senti ouz hini ho c’houstians, hini Doue.

Mirabeau, an den dirollet-ze, en doa henchet an Assemblée da ober kement a draou fall, a lavaraz en or zont er meaz en devez-ze : Ni hon euz bet ho arc’hant hag hi o deuz dalc’het an enor ; ar veleyen zo bet hirio treac’h deomp.

Mirabeau a varvaz neubeut a viziou goude. Etre ar goueliou iskiz eus ar republikanet, oe gret unan er miz ebreul 1791 goude maro an den fall-ze evit he enori. Rag en amzeriou trist-man a fell c’hoaz dezo enori an dud fall ha goapaat an dud vad. Penaoz o deuz allet ar Vretonet hag ar Francisien gouzanv heb klemm an oll draou euzus gret a enep ar relijion gant ar republikanet ! Lakeet oe eta patrom Mirabeau var eun aoter, var blasen Lesneven ; an oll dud er c’hargou a renkaz dont d’ar gouel iskiz-ze pe koll ho fost. Lesneven oa neuze ar ger genta euz a vro Leon, hag e oa enni kals tud er c’hargou. Ar baysanted oa deuet dy da velet eun dra ken dibaot. Pa oe kanet ar Marseillaise, an oll, o tra mezuz ! ann oll a zaoulinaz dirag patrom Mirabeau evel gueichal ar paganet dirag patrom ar roue Nabuchodonosor. Ar baysanted a zirollaz da c’hoarzin ; ar soudardet a ordrenaz dezo daoulina : lod a blegaz eur c’hlin, daou kalounekoc’h evit ar re all, a lavaraz a vouez huel : Petra oump deuet d’ober aman ? en em dennomp ac’han ; ha neuze oe klevet trouz ar boutou pren var pave Lesneven ; al Leonardet o font kuit evit mont en dro d’ar ger. Pa oe aichuet ar jolori, e oa guelet eun den e karg en he za, hag an tok var he ben, etouez ar re maleüruz avoalc’h evit daoulina dirag ar patrom divalo. An aotrou Feburier, barner a beoc’h e Lesneven, oa an den kalounek-ze ; enor dezan, enor da viken !! An dra-man a zo pec’hi a enep Doue, pec’het a idolatri ! ! emezan. He vignonet a glaske he lakaat da zaoulina en despet dezan. D’an daoulin, d’an daoulin, a ioue an dud fall. Biken, a respounte an aotrou Feburier, na zaoulinan nemet dirag ar guir Doue, krouer an env hag an douar ! an dra-man aotronet a zo idolatri, netra ken. Var ho taoulin, Feburier, a lavaraz an offiser var varc’h, var ho taoulin ; biken, el lavaran d’eoc’h, ne adoran nemet Doue. Ar soudardet o tostaat outan a den ho sabren hag ho savont uz he ben ha lod var he beultrin. Skoit pa geroc’h, eme ar c’hristen mad, ne meuz ket aoun dirag ho kleze.

An itron Feburier, he bried, a vele euz eur brenestr an dra euzuz-ze. Pa oe goulennet diganti divezatoc’h pe seurt sonj he devoa bet o velet he fried ken tost d’ar maro. Trugarekaat a ren an aotrou Doue, d’he veza roët din da bried, hag e mije karet beza en he gichen gant va bugale evit renta testeni gantan d’ar guir feiz. Lakaat a riz ma fevar krouadur var an daoulin evit goulen skoazel Doue evit ho zad. Pedennou ar vugale inosant-ze oant selaouet, evit ar veich man an den mad ne oe ket lazet ; ne oa ket deuet c’hoaz ar bloavez terrubl 93.

Kasi an oll Vretonet deputeet en Assemblée a reaz al le schismatik : lod anezo a reparaz ho faut eun neubeut goude. Ne oa eskop ebet en ho zouez, a drugarez Doue.

Aman an dall koz a heanaz hag e kouezaz daelou euz he zaoulagad, sonjal a ree martreze en deveziou trist-ze e renkaz kuitaat ar seminer.

Peb bœlek e karg a renkaz neuze dre an oll rouantelez pe toui pe kuitaat.

Ar c’hloarejen iaouank euz a Roazon, a renkaz renons d’ar velegiach, skriva a rejont araok pellaat diouz ar seminer eul lizer d’ho eskop ker kalounek, an aotrou de Jirak, evit prometti dezan derc’hel d’ar guir relijion beteg ar maro. An oll c’hloarejen en oll eskoptiou a renkaz neuze n’em denna d’ar ger. Nep na oar ket petra eo beza galvet da servich Doue, na gompreno ket va foan ha va nec’hamant pa renkiz mont kuit euz ar seminer.

An dud a ouie peurvuia en avans piou euz ar veleyen o dije dalc’het stard d’ar feiz, ha piou en dije gret al le. Pa vije en eul leac’h bennag eur bœlek ha na roe ket ar skuer vad, pa na oa ket gouiek, pe a oa aounik ; hennez a lavarent a douo, ha peurvuia ec’h errue evel-ze.

An dra-ze oa ken anat evit an oll, ma souezaz eur veich an dud fall euz a Roazon, o klask lakaat da doui eur bœlek ha n’en doa ket eur vuhez reglet mad, abalamour m’ac’h enebe outo. — Nan, eme ar bœlek-ma, ne oa ket aounik, na rin ket eul le a enep ar guir feiz, — Penaoz, eme an dud fall-ze dezan, c’hui, c’hui a refus ober al le ; souezet omp a gement-ze. — Entent a ran ac’hanoc’h, eme ar bœlek, c’hui a sonj unan hag en deuz roet skuer fall d’ar re all a dle beza euz ho tu c’hui ; daoust m’am euz bet ar malheur da vankout, n’em euz ket c’hoaz kollet ar feiz.

Ma na vije ket bet en em gavet tud aounik na vije ket bet kalz a douerien, rag dre c’hras Doue ez euz bet atao nebeut a veleyen a voal exempl. Etouez ar re fall-ze, koulskoude, a renkaz ar re a c’houarne neuze ar Frans choaz pastoret d’an ilizou, paz eo guir e tifennent ouz ar veleyen vad tostaat ouz ho farreziou.

Ne oa e nep leac’h iskinet ar relijion evel ma oe e Breiz. Tud ar Finistère ha re Kostez-an-Nord oa ar re grissa a enep ar veleyen vad. Ar C’hoz, euz a Blonevez, ha Jean Minée euz a Baris, laket da eskop fall e Naonet, a iskine ar veleyen hag ar gristenien vad en eun doare goal griz.

Ententit mad, va zud, evit kompren kouraich ar veleyen vad en amzer denn-ze, nac’het e vije outo pa joment stard er guir feiz, ho bevans, hag ar voyen da veva en honestis. Ar bœlek a reüse ober al le schismatik, a renke divar neuze beva divar an aluzen. Ouspen-ze e vije lavaret kement a draou fall anezan ma zeue lod euz ar bobl d’ho c’hridi. Gouzout a rit en amzer a drubuil ez euz atao tud a dro euz an tu krea.

E peb parrez, en em gave tud evel-ze, a zeue da ober goab euz ho beleyen, pa ho c’havent stard d’ar feiz. Pa vije euz eur vorc’h bennag lakeet eur bœlek mad er prizoun, e teue var he lerc’h a vandennadou tud iaouank dirollet, an dud fall o doa lavaret dezo oa ar veleyen ar pen abek euz malheuriou ar vro.

Tud all, er c’hontroll, a vouele var ho lerc’h, o c’houzout mad pa vank ar veleyen, ar relijion a ia kuit.

D’ar zul, 23 guengolo 1791, republikanet Brest a zigouezaz e parrez Sant-Divy ; kanet oa ar gousperou ; kelc’hi a reont an iliz, ha daou soudard a antreaz en Iliz hag a c’houlennaz digant an daou vœlek a gane ar gousperou : Ha gret o peuz al le goulennet dre al lezen ? Nan a respountaz an aotrounet beleyen : peuraichuit da gana, abalamour d’ar bobl zo aman ; pa vint aichuet dont a reot ganeomp e Brest. An aotrou Gourmelon hag an aotrou Kauseur oant lakeet e kreiz an dragonet ; ar baysantet oe gourdrouzet e brezonek. Ho goad a verve en ho gwasied ; an dragonet a lammaz buhan var ho c’hezek, koulskoude eun drafat mein a gouezaz var ho c’hein ; eun ten pistolen tennet var ar baysantet ho lakeaz da heana. An daou vœlek var droad a renkaz bale e kreiz an dragonet var varc’h beteg Guipavas ; meur a zaëlou oa skuillet var ho lerc’h ; eno oe roet bep a varc’h d’ar veleyen vad-ze ken goalkasset evit ar Feiz, hag e oant prizouniet e kastel Brest da c’huerc’h heur euz an abardaez. An aotrou Parcevaux oa prizouniet d’he dro, tamallet da veza roët ali d’ar baysantet da enebi ouz al lezennou fall.

Er parreziou, e leac’h ne oa nemet kouerien pe paysantet, na droe ket speret an dud ker buhan.

Al labourerien divar ar meaz a oar mad ho c’hatekiz peurvuia ; ha ne deo ket ken œz ho lakaat da gemer ar gaou evit ar guir.

Abalamour da gement-ze, ar veleyen vad a hellaz lod anezo chom pell amzer kuzet etouez an dud divar ar meaz ; hag e chomaz evel-ze ar feiz kristen stard etouez an dud.

Eleac’h ma n’em gave aotrouien fall, a gassee ar veleyen hag ar relijion, an dud a droe kein d’ar feiz, aveichou dre aoun, evit plijout d’an dud fall-ze, o sonjal oant gouieziekoc’h evito.

Ar pez a erru, siouaz, nemet re aliez c’hoaz.

Dalc’homp eta stard e peb amzer d’ar veleyen ha d’ar relijion ; hor bro a zo bet atao brudet mad evit-ze.




NAVED NOSVEZ VARNUGENT
————


Allaz ! er bed-ma zo kaon, ha daëlou, ha glac’har
Koz ha jaouank zoug ho c’hroaz var lein menez Kalvar !
Meur a Francizien evit ar Feiz a varvo,
Dre urz Robespierre ho c‘hoad holl a skuillo.

An oll draou em euz kountet deoc’h, ne oa nemet c’hoari e kichen ar pez a zigouezaz goude.

Eun offeren sacrilaich oe lavaret e Paris, var an dachen lavaret e gallek Champ-de-Mars. Nao c’hant den euz a Vreiz oa eet d’ar maniel gouel-ze.

Pa dremenjont dindan prenestou ar palez, ar roue a c’halvaz ho c’habiten evit lavarout dezan : « Laouen oun da velout aman tud euz a Vreiz, tud a galoun vad. » Ar roue ker ne ouie ket pe seurt Bretonet oa ar re-ze.

Terri a rejont en eur zont euz a Baris da Gemper, beziou ar re varo e Kemperle ; ravaji a rejont iliz kathedral Sant-Kaorintin, ha terri a rejont var tiez an tuchentil ar merkou euz ho renk. An aotrou’n eskop a viraz outo da gana an Te Deum er gathedral. An dud-ze a gasse ganto ar baniel trikolor, pe a dri-liou, a remplaças a neuze ar pavillon guen.

Neuze oe goulennet ar sermant digant an aotrou’n eskop Sant-Luk, dre lezen ar 17 ebreul 1790 evel m’am euz lavaret deoc’h diaraok ; heman, klan braz gant ar chagrin, a gavaz koulskoude nerz avoalc’h evit refus senti euz al lezen-ze.

An aotrounet Bernetz ha Mauduit a skrivaz d’an oll veleyen d’ho c’houraichi da refus ar sermant. Ugent bœlek hebken a vankaz d’ho dever en eskopti Guenet, seitek hebken en eskopti Leon. Kant pemp ho tregont eskop a refusaz ar sermant, ha ganto kant mil bœlek.

Dioc’h-tu goude maro an eskop, an touerien hag an dud fall, o lavaret ne oa ket ezom da senti ouz hon Tad-Santel ar Pab, en em zastumaz en iliz Sant-Kaorintin evit ober eun eskop hervez ho c’hiz. Neuze eo oa lakeet Expilly da eskop e Kemper.

E Naonet oa lakeet da eskop Jean Minée, e lec’h an aotrou Laurentie, an eskop mad.

E Roazon, Ar C’hoz, euz a Blounevez-Porzay, e lec’h an aotrou’n eskop Jirak.

E Guenet, Masle e lec’h an aotrou Amelot.

An aotrou La Marche, eskop euz a Leon, a oa ker karet, ma choumaz e peoc’h e Kastel-Paol goude ma oa kasset kuit an eskibien all euz ho eskopti. Koulskoude an dud fall a glaske chasseal ive an aotrou-man, hag evit-ze oa goulennet tud euz a Vontroulez ; mæz re Vontroulez a refusaz mont a-enep ho eskop. Da oe mont da glask tud da Vrest evit kement-ze. Hogen re zivead e oant ; an aotrounet Kermenguy o doa allet savetei an eskop kouraichuz, hag hen en em dennaz e Bro-Saoz. Marvet eo en harlu ; he relegou zo bet digasset en dro e Kastel etouez ar re hen garie kement. Tremenet en deuz he nosvez diveza e Breiz e maner ar Gernevez.

Pa rankaz an aotrou’n Eskop Treguer kuitaat ker-ben he eskopty, kemerout a reaz gantan he vevel, den kalounek, an aotrou Taupin ; an aotrou Roquefeuille hag an aotrou Boisriou a roaz an dorn dezan d’en em savetei. Var dro unek heur, noz tenval meurbet, eskop diveza Landreger, an aotrou Le Mintier Sant-Andre, a guiteaz douar he eskopty, ha Breiz-Izel da vont da enezen Jersey a zo d’ar Saozon. Marvet eo evel an aotrou de la Marche hep beza gellet distrei d’he eskopty. Relegou an aotrou Le Mintier a zo bet digasset euz a Vro-Saoz da Landreger an urz an aotrou’n eskop David, eskop Sant-Briek ; neuze oe gret eur gouel kaër meurbet.

An hini en deuz respountet dezan he oferen diveza, zo nevez maro ; ouspen kant bloaz e devoe ; he hano oa Fanch Kerroux hag en deuz bet ar groaz sant Gregor digant hon Tad santel Pi IX evit enori he vuhez hir, stard meurbet er Feiz hag en oberou mad.

Eun nebeut goude ma oa eet kuit an aotrou’n eskop, ar republikanet a fellaz dezo saotri an Iliz kathedral. Eur vanden tud iaouank dizoue, avel an ifern en ho c’halon, a zeuaz en iliz, dont a reaz en ho fen mont da lavaret an oferen. Mont a rejont var eeun d’ar segreteri ; eno, en eur glask an traou da oferenna e kafchont eun arched. Ma, a lavaraz unan, greomp eun anterramant, œssoc’h kalze vezo deomp ; guelloc’h e gouezimp hor micher ; ni ouezo mad kana dre ar ruiou : Requiescant in pace. Ia, mad a leverez, eme ar re all, guelloc’h eo deomp ober eun enterramand.

An arched oa lammet he c’holo divarnan, hag unan anezho a oe lakeat da azeza ebarz. C’houerc’h pe eiz a viskaz dillajou oferen ar veleien, ha ker buhan an arched a ieaz er meaz euz an iliz douget gant pevar all. Peger braz sakrilaich !! Ar prenestou, an doriou a zerret dre ma ho c’hlevet e tont. A ben eur pennad, e skuischont hag e lakejont an arched var an douar. Krial a rejont var an hini a oa ebarz ; kaër e oa krial, heman na zave ket ; unan a grogaz en he zourn evit her sikour da zevel… Mœz, siaouaz ! maro oa evit mad… Hag an arched kemeret en dro genta, evit ober eur fars, a deuaz, en eil gueich da veza eun arched a zevri, rag antronoz ar republikan a oe sebeliet en arched-ze.

Araok kuitaat he eskopty, an aotrou Kourtois de Pressigny a fellaz dezan lavaret eur veich c’hoaz an offeren santel en he vro karet. Kuzet oe e ty an aotrou Robert Lamennais. Piou a servicho an oferen ? — Me, a respontaz Ian-Vari, bugel nao bloaz, — Gouzout a ret-ta servicha an offeren, va faotrik ? a c’houlennaz an eskop mad. — Ia, aotrou’n eskop. — Ha gout a ret mad ive ho katekiz ? — Ia, aotrou’n eskop : pen-da-ben ! — Silaou mad, Ian vihan, eme an aotrou’n eskop, kuitaat a ran ar vro, ha na vouezan mar gellin dont en dro. Ped mad an aotrou Doue, hag e rin did, varc’hoaz vintin, araok ma offeren, ar gonfirmation, rag te t’o ezom braz euz sikour ar Speret-Santel epad amzeriou ken trist. Hag evit guir, antronoz vintin ar paotr bihan Jean-Marie de Lamennais a recevaz sakramant ar binijen, sakramant an aoter hag ar gonfirmation. En amzer-ze e oa ret hasta-fo. Goude an offeren, an eskop a reaz e pourchass evit mont en harlu ; klasket e oe Ian-Vari bihan, dont a reaz, euz vaz gantan var he skoaz — e beg ar vaz eur pakadik dillad. — E pelec’h mout e vond evel-ze, a c’houlennaz he vam ? — Mont a ran gant an aotrou’n eskop, mont a ra etouez ar brotestanted, na gavo den da zervicha dezan he offeren, he servicha e rin dezan. An aotrou’n eskop, he zaoulagad leun a zaëlou, a respontaz d’ar bugel mad-ze : — Trugarekaat a ran ac’hanout, koulskoude, red eo did chom gant da dud. Ar bugel a zirollaz da vouela : — Aotrou’n escop, emezan, me vo da genta ho kurist bihan ha oude c’hui graio ac’hanoun hor avieler. An eskop er briataz ; chom e Frans, red eo did deski al latin, ha ma teuan biken en dro, en toui a ran did me raio ac’hanoud bœlek. Doue a bermettaz ma nem gavsont assamblez eur veich c’hoaz en iliz ar missionou e Paris ha Jan-Vari oe gret abostoler gant an eskop a zalc’haz mad d’he c’her. Ian-Vari de Lamennais a renaz eur vuhez santel meurbet. Anavezet e doa he eskop dre he vouez. E Lokornan-Leon, re Vrest, ar re voassa er Finistère a gassaz soudardet da lakaat da berson touer Jeandrot, bet priol ar venec’h e Sant-Vaze. An aotrou Poullaouek, ar bœlek mad, fidel da Zoue, e oe paouez aichui he offeren ; goapeet e oe en or zont euz an iliz gant ar soudardet, ha kalz tud euz a Vrest deuet da velet ar pez a erruje. An aotrou Poullaouek a zalc’haz koulskoude da rei ar sakramanchou ken en he barrez, ken er barreziou tro var dro. Mœz o veza klevet e teuche soudardet d’he brizounia, mont a reaz dre noz, d’en em guzet e ty person Larret. Ar soudardet nec’het da veza manket var ho zaol, a gassont ganto da gastel Brest person Larret hag an aotrounet Goachez, Liles, Kariou, kureet er barreziou divar dro. An aotrou Poullaouek a hellaz erfin mont e Bro-Zaoz goude beza bet aveichou hep lojeiz, na digemer ebet, nemet er parkeier pe er c’hoajou.

Ar veleyen o doa touet, oa galvet gant ar bobl touerien : lakeet e oant da bersonet er parreziou e plaç ar veleyen vad. Ar reman ne oant ket c’hoaz kasset kuit euz ar vro, a choume er chapeliou, leun euz ar bobl fidel ; hag an iliz parrez, e lec’h mar offerenne ar bœlek touer, oa dilezet, E Kemper, Expilly a renkaz lezel ar veleyen vad da rei ar pask d’ar bobl ; rag den na dostee euz koession an touerien. E Kastel-Paol, pa ree ar bœlek touer procession ar Sakramant, n’en doa den d’he heul nemet ar c’hloc’her hag ar garde nationale. Pa oant deuet en iliz Kreizker, ar relijiuset a dennaz ar Sakramant adorabl euz an tabernakl evit na vije ket profanet dre bresanç sabrilaich ar bœlek touer. Eur skolaer a lavaraz, o sellout euz ar procession iskiz-ze : « Doue ar bœlek touer zo an diaoul gant he lost. » Lakeet oe er prizoun evit an dra-ze. Pa zeuaz ar bœlek touer e parrez Pluneret, e kichen Santez-Anna Venet, eun den divar ar meaz, gant he vleo hir hag he c’hiz vrezonek, a lavaraz fraez dirag an oll : « Na c’houlennan ket pea muioc’h a zroajou, na kaout euz feiz nevez, na kaout beleyen touerien ; va ene zo d’ar Pab da c’houarn ha va c’horf d’ar roue. » Ar bœlek touer a renkaz kuitaat ar barrez-ze.

Pa oa goulennet ar sermant pe al le schismatik diouz person Plougerne, neuze an aotrou Poulpiquet, bet, goude ar revolution, eskop a Gemper, dont a reaz d’an ty-kear gant he veleyen hag a lavaraz : goude beza pedet an Aotrou Doue ha gret mad hon sonch, ne ket possubl deomp e koustians ober al le. Ni zo prest, a lavaraz an aotrou Poulpiquet, da sakrifia pep tra evit chom fidel da Zoue. Prest oump da zilezel deoc’h-tu hor madou, hon danvez, hon tretamant memez, mœz na zilezimp morse hor relijion. N’hellomp ket senti d’ho lezennou nevez ; ar gristenien, en amzer genta euz an iliz, a zo bet aliez ive oblijet da refus senti euz lezennou an impalaerien payen.

Neuze a roaz d’ar mær, Iann Abjean, he resolution dre skrid sinet gantan hag an aotrounet Bothorel, Roudaut, Balkon ha Bleuven, kureed, ha gant an aotrounet Appamon ha Goff, beleyen e Plougerne.

Ar c’henta gueich ma zeuaz ar bœlek touer pe sermantet e Plougerne, a renkaz kuitaat ar barrez ker buhan. Neuze district Lesneven a ordrenaz d’ar barrossianiz choaz eur person. Hen ober a rejont e chapel Intron-Varia-an-Traon ; oll nemet unan e roont ho moueziou d’an aotrou Poulpiket.

Ar re genta euz a Blougerne oa neuze lakeet er prizoun, hag an aotrou Poulpiket a renkaz en em denna e Bro-Saoz.

Paotret distrikt Lesneven a zeuaz da zigass Ar Gall da berson da barrez Plougerne. Ne zeuaz den d’he offeren. N’em den a reaz kuit, hag eun neubeut goude a zeuaz en dro gant c’huerc’h kant soudard ha pevar ganol. Rag ar bersonet nevez-ze a glaske lakaat an dud da zont d’ho offeren dre nerz, a veichou e kassent tud armet d’ho c’herc’hat en ho zyes.

Ar Gall oa bet e leveront eun heur hed-a-hed er segreteri, he zillad offerenna var he gein, o c’hedal tud da zont d’he offeren. Den na deuaz er meaz euz he dy ; ne oue ket soken kavet eur bugel da respount an offeren. Kaër oa sini ar c’hloc’h da c’hervel an dud, den na zeuaz var dro. Skuiz o c’hedal, ar persoun intru a lezaz an offeren a gostez, mont a reaz d’an ty-kear evit lakaat var baper oa hen guir bersoun Plougerne. Ker goullo oa an ty-kear evel an iliz ; ne oe eur pen kristen ennan. Ar zul goude e tigouezaz e Plougerne pevar c’hant soudard, gant eur ganol vraz. Tud Plougerne na reaz muioc’h a van. An oll en em gleve mad er barrez-ze. Ar pez a zo bet kaoz m’az euz bet kement a drubuil e kals a barreziou, eo ma kavet eno tud hag a iea a du gant an dispac’herien ; tud hag a felle dezho en em binvidikaat divar goust an nesa, ha divar goust an ilizou, pe en em venji dre gassoni ha dre zisprij a enep ar religion, E Plougerne, a drugare Doue, ne oe kavet den ebet evel-ze. Paour ha pinvidik eno en em glevet oll, hag en em garent er guel a Zoue. Dre gement-man e velit e oa feiz, ha feiz doun ha stard e kalon Plougerneiz. An oll a jome sioul e Plougerne, abalamour ma c’houient oa kuzet mad ho beleyen en ho zouez, ha ma chomchent ganto keit ha ma viche ezom. Meur a vennek a goustaz da Blougerneiz bevans ha lojeiz ar zoudardet ; mœz derc’hel a rejont ganto ho beleyen mad.

Abalamour d’ar pez a lavaran deoc’h, den-ta na finvaz e parrez Plougerne. Evelato ar zoudardet hag ho fersoun intru Le Gall, kure Plounevez, a jomaz eno pevar miz pen da ben. Bep sul ha bemdez zoken er penn kenta, ar persoun intru a zone he gloc’h evit kemen d’an oll edo o vont da lavaret he offeren. Den na deue var he dro, na da zul na da bemdez. Skuiz o velet e varve tud, ho lakeat d’an douar, hag e c’hane bugale hep ma teue den d’her c’hlask, enouet o lavaret he offeren heb den oc’h er selaoui, ar persoun intru a ieaz kuit eur vintinvez. Tri dervez goude, ar soudarded a ieaz ive en ho hent ; ha den goude-ze ne deuaz da ober nec’h da baotred Plougerne.

Er miz genver 1791, eur bœlek euz a Vonkontour, an aotrou Klec’h, oa goal gasset gant eur vanden tud iaouank, her goloaz a fank hag a lagen ; goude-ze oa taolet ganto var an douar ha brevet eno a daoliou treid, rak refus a ree atao ober ar sermant schismatik. Ar bœlek santel-ze a varvaz uneg devez goude, heb ober klem ebet, na diskulia he vourrevien. Ar bœlek-ze oe an hini kenta merzeriet e Breiz evit ar feiz.

E tu Lamball, an tadou Mesle ha Paskal, ha kals a venec’h all euz abaty Sant-Aubin, a oa fuzillet en ho gueliou gant eur vanden dud iaouank euz a ger, a dorraz an traou en ty, hag a gemeraz al listri sakr, ar guiskamanchou aoter.

An abaty-ze oa bet savet gant Olier kondt Penthièvre ; eno evel en oll gouenchou ar pec’her paour a zeue da soulaji beac’h he goustians ha receo gant an absolven peoc’h d’he galon. Aluzennou braz vije roët d’ar beaurien hag an dra-ze a rea da gridi d’ar republikanet e kavchent aour er gouent. Digoueza rejont-ta d’an abaty var dro hanter-noz. Mœstr ar soudardet a reaz tro ar gouent hag en or tont en dro a lavaraz dezho : neuz den var dro el leandi, na den all pelloc’h. Brevet oe an doriou, hag ar venec’h hanter-dihunet, oant lazet en ho gueleou memez, a daoliou fuzil. Pegen euzuz oa lazerez an oll tud santel-ze, heb difen ebet ! Lod oe bruzunet dezo ho empenn, a daoliou fuzil, lod kouezet euz ho guele, toullet ho c’horf gant ar boulejou a ruille en ho goad. Lazet oe kement manac’h oa el leandi nemet eur manac’h iaouank a lavarer. Eur paourkez manac’h e kreiz he vrud oe kavet c’hoaz beo en eul leac’h euz an ty ; ne doa ket allet mont da guzet, rag torret oa he ziou c’har ; eur paotrik iaouank hen treuzaz gant eun taol baionettez ken doun ha en didruez ma her stagaz ouz an nor… Poënt oa d’ar republikanet en em venji, rag n’ho doa kavet nag aour nag arc’hant er gouent ; hag evit kaout kement-se o doa grœt kement a dorfejou ! kemerout a rejont koulskoude ar vesseliou sakr. An dra-ze na viro ket ma lavaro atao an dud sod, hag an dud fall ez euz pinvidigez er gouenchou, hag ar pobl a gredo. Ar manac’h iaouank-flamm savetet, a jome er pen pella euz an abaty, lammout a reaz euz an ty hag en em guzaz er c’hoat. Lavaret a rer a jome he unan en abaty hag en eun nosvez bar-arne, a zigemeraz unan euz ar re ho doa lazet menec’h Sant-Aubin gueich-all, hag a glaske neuze disklao : ar manac’h a anavezaz mad montr an Tad Abbat e daouarn ar muntrer-ze deuet da veza koz. N’oa ken horolaj er gouent nemet ar montr-ze ha peb manac’h a renke mont da zellet outan da c’houzout an heur. N’oa ket-ta diez dezan en anaout.

Al leanezet karget euz an hospitaliou ha da gemerout sourci euz an dud klan oa lezet e peoc’h er mare kenta ouz ar revolution ; mœz erfin arraich an dud fall a gouezaz ive varnezo. E Sant-Herblon, en eskopti Naonet, oa lakeet e prison en ho guent ar Sœurezet guen, galvet e gallek Filles du Saint-Esprit ; mœz eun neubeut goude, sœur Katherine Juhel ha sœur Martha oa klasket evit dont da bansi an dud gouliet en emgann Sant-Florent, etre paotret ar Vendee hag ar republikanet.

Cetu ar pez a skrivaz republikanet Sant-Briek divar ben ar Sœurezet guen an 2 a viz guenver 1793 :

« Ret eo kass kuit euz ho zy merc’het Plerin, rag dougen a reont eur guiskamant difennet gant lezennou ar Republik, kemer a reont hano merc’het ar Speret-Santel, hag a roont d’an dud divar ar meaz kuzuliou na hellomp ket lezel da rei. Evel-ze da ben tri devez ar broculor a rank goloï kouent Plerin a zo vammen ar Sœuret-ze, ha peb sœurez a renko mont en dro etouëz he zud. »

Ar citoian Raffray oa karget da ober ar gevridi fall-ze. Leanezet vad Plerin o doa klevet ar vrud-ze, glac’haret ha nec’het braz e oant. Koulskoude chom a reent en ho gouent da c’hortoz.

Ar re oa neuze er gouent o deuz kontet ar pez oa choarvezet ganto. Eun abardaëz, var dro an noz, klevet oe son ar c’hloc’h hijet goal krenv ; digoret oe ar prenestr bihan zo kreiz dor ar c’houenchou : Benedicamus Domino, eme ar sœurez. Ne oa ket respontet dezi : Deo gratias, mœs eun den a lavaraz a vouez izel da sœur Elisabeth : neubeut a gaoz, ha bezit var evez ! hag ez eaz kuit buhan. Teir gueich deoc’h-tu a erruaz kement-ze. Martreze aberz eun den hag e ouie sonjou ar republikanet-all falloc’h evintan. Dont a reaz d′ar sœurezet ar mare da heulia ar c’huzul mad-ze. An iliz parrez oa sarret pell a oa, merc’het ar Speret-Santel o doa c’hoaz an eur-vad da gaout en ho chapell an hostiou sakr hag aveichou o doant an offeren, ar veleyen oant neuze ker goalgasset, ma na hellent mui offerennat nemet dre guz ; adori a reent sioul en ho santual-vihan Doue er Sakramant ra vezo meulet.

Trouz braz zo klevet eun devez eharz ar gouent, sœur Elisabeth zo glac’haret o klevout ar prœpoziou-ma : Citoianez, digor deomp an or ; senti ra buhan ; anavezout a ra neuze ar republikanet. Goulen a reont ar Superiorez. Ar sœur a teu sonj dezi neuze, euz an ali en deuz bet e kuz ; goude beza lakeet an dud fall-ze en eur zall, redek a ra d’ar chapell, kemerout a ra vessel-sakr an hostiou ; hag a ia da lavar d’ar Superiores mont hasta-fo da gaout al republikanet ; mœz na lavar dezi ger ebet euz an tenzor zo ganti, hag e ia d’he guzat. Sœur Katel Briand, ar Superiorez, a ia da gaout ar citoianed. Deomp d’ar chapel e maint-hi ; ar sœurez a ia var ho lerc’h en eur grena, aoun en deuz e rafent eur sakrilaich. An tabernakl a zo digor ! o tra souezuz ! Vessel-sakr an hostiou konsakret ne ma mui eno. Sœur Briand na voar ket e pelec’h ema. Ar republikanet en em denzont kuit. Goude-ze al leanezet a ieaz var ho daoulin gant sœur Elisabeth, evit adori a greiz kalon, Jesus er Sakramant ra vezo meulet, kuzet en eul lec’h distro euz ar gouent.

Ha moyen a vo da zerc’hel c’hoaz er gouent sakramant an aoter ? Goulennet oa kuzul euz eur bœlek kuzet tro-var-dro. Evel ma ree gueich-all ar gristenien nevez, emezan, ar Superiorez hag he leanezet a dlee komunia gant an oll hostiou-sakr. Al leanezet neuze, souezet ha leun a zoujans evit ar Sakramant, a zigemeraz an oll hostiou konsakret. Ho c’halon oe an Tabernakl hag al lec’h a repos evit an Doue-ze kasset kuit euz he ilizou gant an dud a lavare c’hoaz dezan evel gueich-all tud Bethleem : neuz ket a lec’h evidoc’h aman. Non erat locus !!!…

E Kastel-Paol, ar Sœurezet guen oa prizouniet ive ; hag eun neubeut goude-ze oa goulennet ar superiorez Christina Potier evit kemer sourci euz an dud klan. Hi a respontaz na zeuje morse e meaz euz ar prizoun nemet rentet e vije dezi he Sœurezet, he gouent, hag al liberte. Ret oe ober evel ma c’houlenne, rag na ouie ket ar citoianet petra d’ober euz ho zud klan.

E Kemper, sœur Marie-Claude ha sœur Eulalie o deuz rentet kals servichou mad d’an dud prizouniet er ger-ze. Guisket evel merc’het Kemper e teuent, heb beza anaveret evit leanezet, beteg ar re oa kondaonet d’ar maro evit ho c’honsoli ; hag o deuz lakeet an dud kez-ze da gaout ar bonheur da receo ar sakramanchou. Digass a reent d’ann oll brizounerien ar vagadurez hag an dillat o doa klasket evito. Ho memor zo binniget c’hoaz er ger-ze,

Er miz even, an eil bloavez euz ar revolution, ar roue, o velout ne oa mui mæstr var netra, goude beza guelet laza he c’hoardou, insulti ar rouanez, a glaskaz kuitaat ar rouantelez evit mont beteg he vreudeur o doa eun arme en tu all d’ar vro. Dre valheur, ar roue oe anavezet er ger hanvet Montmedy, ha dalc’het strissoch er prizoun e Paris.

Eur merzer a felle da Zoue kaout ; ne oa ket aichuet ar muntrou euz an amzer-se ; ret oa d’ar guella roue zo bet morse, skuilla he voad var ar chaffaut. Ar bersekution a zeuaz rustoc’h eget biskoaz ; ha lakeet vije er prizoun an duchentil hag ar veleyen.

Er Morbihan, e kastel Pre-Klos, oa paket an aotrou La Ruee gant he dri vab, pemp mevel ha pemp paysant, ha kasset oant d’ar prizoun gant an aotrounet Daleyrak, Katelan, Lokmaria, an aotrou Kersaozon, bœlek, ha kals re all. An aotrou Sant-Luk, breur da eskop Kemper, oe prizouniet en he gastel euz ar Bot, e Kerne, gant he c’hreg, he verc’h leanez hag eur bœlek. An introun Sant-Luk a lavaraz neuze d’he bugale : Rentit graçou da Zoue, o pebez bonheur, pebez joa da soufr evit Jesus-Christ !

An aotrou Tredern hag he famill oe kasset, euz he vaner Koetigrac’h e kichen Kastellin, d’ar prizoun e Kemper, frealzet oe en he boaniou gant he verc’h Hyacintha, plac’h iaouank a c’huezek vloaz ; houman a reaz an hent var droad da heul ar c’har a zouge he zad hag he mam d’ar prizoun, en eur gouraichi anezo dre he levenez hag he resination admirabl da volontez Doue. Tud iaouank euz an amzer-man, ra viro Doue e velfac’h ho tud ive chasseet euz ho zyez ha lakeet er prizoun ! Mæz ma errufe an dra-ze, plijet gantan rei deoc’hu ar c’hraç da imita an dud iaouank euz amzer ar revolution o deuz bet ho zud persekutet.

Roet oe urz d’ar relijiuset ha d’al leanezet da zont e meaz euz ho c’houenchou ; d’ar 15 a viz genver 1793 oa lakeet ar Sœurezet guen er meaz euz ho zy principal e Plerin en despet dezo hag en despet da gonseil an ty ker. Madou an Iliz oa guerzet, hag an arc’hant dispignet gant ar muntrerien a c’houarne neuze ar Frans. Unek ha tri ugent bœlek oa lakeet er prizoun e tour Brest. Ar roue Louis XVI a reaz kement dre he bedennou (rag na helle mui kommandi) ma oa dilivret evit eun neubeut amzer ar veleyen dalc’het e kastel Brest. An aotrou La Marche, ho eskop, en doa proposet en em renta prizouner en ho flaç. E Braspartz, e Plouguen hag e Ploumoger oe kasset kuit ar veleyen touer evit kaout ar re vad. Kasset oe soudardet er parreziou-ze, mœz ne oant ket guelloc’h evit-ze.

D’ar 16 guengolo 1792, Bernard iaouank euz a Vrest a zeuaz gant eur vanden soudardet e Ploudalmezeau. Ar zul a oa ; tud a villierou oa en iliz hag er vered var dro. Bernard a dreuz ar baysantet, antreal a ra en diabarz an iliz, hag en despet d’an aotrou mer Barbier gant he gouriz a dri-liou, e sklap er meaz euz an iliz daou euz an dri vœlek oa dioc’h an aoter. An drede a hellaz tec’hout. Evel-ze ar republikanet na zentent ket euz al lezennou o doa gret ho unan a nevez, ha gouriz dri-liou ar mær Barbier na hellaz ket mirout ouz an daou vœlek da veza taolet er meaz euz an iliz ha prizoniet. E Frans, ar republikanet n’ho deuz respetet morse na lezennou an dud, na lezen Doue. Lavaret a reent a gren ha gant divester ne oa ket ret mont eün gant al lezennou e kenver ar veleyen. Ar c’homzou euzuz-ze ne oant ket prœpoziou tud iaouank ha diben, mœz lavariou ar re a rene ar Republik : ho zud vrassa. Cetu ar pez a skrive divarben an dra-ze, district Brest, an 8 ebreul 1792 : « Gouzout a reomp mad pegen fall eo tenna ho liberte d’an dud heb abek ; difennet eo kement-ze dre ar Gonstitution ; hogen da eo deomp prizounia ar veleyen e kastel Brest evit dilivra ar bobl maleüruz euz ar veleyen hag euz ho relijion, etc. » An dra-ze zo lavaret : ne vo ket sentet ouz al lezennou mar reont diœzamant deomp da ziskuez hor c’hassoni a enep ar relijion. District Lesneven en doa c’hoant da enebi euz ar re fall, ha skriv a ree er miz du 1791 : « Neuz ket a drouz divar-ben ar relijion en hor c’harter. Ar baysantet, tud a beoc’h, n’anavezont ken relijion nemet hini ho zadou koz ; ha n’ho defe doujans ebet evit ar veleyen e teufe el lec’h ho fastored kenta, etc. »

Bete neuze an ofisourien var vor oa kasi oll euz an noblanç ; evit chench an dra-ze oa kasset kuit an oll ofisourien evit lakaat re all en ho flaç. An aotrou La Jaille, denchentil iaouank, a zeuaz neuze e Brest evit kommandi eur batimant. Brestiz a gommansaz redek var e lerc’h evel loenet gouez, hag an den iaouank e vije bet massakret, ma n’en dije ar c’honseil municipal lakeet tamboulina evel ma vije an tan e ker. Epad ma rede an dud d’an tan, an den iaouank a hellaz kuitaat ker hag en em savetei.

Al leanezet o doa prometet da Zoue beva ha mervel pell euz ar bed, evel-ze na sortient ket euz ho c’houenchou ; kasset oe tud fall d’ho chasseal da genta ouz a Landerne ha goude euz a Lesneven, en despet d’an dud euz ar c’herriou-ze. Leanezet Keraez o doa disklæriet n’ho dije ket kuitet ty ho fried Jesus-Christ, hor Salver adorabl. Tud euz a Gemper a zeuaz gant kirri evit ho c’hass d’ar prizoun. Koulskoude, abalamour d’an niver braz a beorien maget gant alusennou al leanezet, o doa aoun na vijent deuet da zifen ho madoberourezet. Re Gemper a zeuaz d’ar gouent d’ar mare ma vije lavaret an offeren genta, da lavaret eo da c’houlou-deiz. Eur c’hoar lik oa neuze e kichen an or o rei souben d’ar beorien evel ma oa ar giz bemdez. Ar soudardet a c’houlennaz kaozeal gant ar superiorez ; houman, o veza deuet da gael ar gouent, a c’houlennaz diganto dre gaer petra o doa ezom. « E teufac’h er meaz euz an ty ! oe respountet dezi ker rust ; perak n’out ket eet kuit c’hoaz ? — Mervel a rimp aman, emezi, ma ra Doue deomp ar c’hraç-ze ; ma ner gra ket, he volontez bezet gret. » Ar soudardet a gommansaz froja ar gael ; pa gouezaz hi dindan an taoliou, al leanezet en em daolaz var an douar, var ho bisaich, hag o c’hlebia an douar gant ho daelou en em lakeont da gana ar Miserere mei. Truez oa ho guelet o kuitaat dre nerz ho c’houent karet, ha beza taolet var ar c’hirri ho c’hasse da Gemper.

E Sant-Egonnek, ar bœlek touer Allouet na gave ket eur paotrik er barrez kountant da respount dezan an offeren. Pa felle dezan ober procession, ne oa ket evit kaout ar baniel, miret ountan gant ar baotret iaouank euz ar barrez.

E parrez Sant-Egonnek, a lavar an aotrou Inisan, tost d’al leac’h maz eo breman ar gar, ez euz en eun draonien, pell dioc’h peb ty, eur chapel savet gant hon tud koz en enor da zantez Berc’hed.

Evel ma na helle mui ar gristenien vad mont da iliz ho farrez evit pedi Doue, sonjal a reaz dezo e c’hellent beza dinec’h en eur chapel distro evel houman, pell diouz ar vorc’h. Eun nozvez, lun ar Rogasionou 1791, tud Sant-Egonnec, Guimiliau, Guiklan, Lampaol, etc. en em glevchont evit mont da bidi Doue er japel-ze. Ar brud a ieaz beteg Montroulez, kabiten ar zoudardet a lavaraz, dezo : Gouzout a ran da bed heur e tle en em gaout koueriaded ar barreziou-ze e santez Berc’het. Ha c’hoant o peuz e teskfemp d’ar goueriaded sot-se ober ar Rogasionou. Kemer a reaz gantan 200 euz he goassa soudardet, hag ho lakeaz da c’hourvezat e mesk al lann, var ar c’hleuniou euz an hent a dlie treuzi ar procession. Pa oe klevet euz a bell kan al litaniou : nag eo sod tud ar vro-man, a lavaraz ar re c’hlaz ; nag e tlefent trugarekaat ac’hanomp da veza deuet en ho bro da denna euz ho fenn sorc’hennou ken diot. Ne oa ket echu al litaniou pa oe klevet krial a bouez ben : Tan, soudardet ! Daou c’hant ten fusil a grozaz ahed an hent-doun, ha kalz euz a dud hor bro, goazet ha merc’hed a gouezaz d’an douar flastret ho fenn, torret ho izili, toullet ho c’horf… an dud paour !

Ar c’habiten a griaz evit an eil gueich : Tan adarre, soudarded ! hag evit an eil gueich ive 200 ten a riskaraz tud d’an traon, a beur-lazaz lod all e kreiz an noz !! essa a rejont ar Vretoned kemeret an terc’h dre zaou benn an hent, mœz ar soudardet a oa dilamet divar ar c’hleuniou hag a viraz outo. Ped ne oe ket lazet neuze c’hoaz a daoliou baionnettez ! Neuze oe eul lazerez evel en eur kigerez. Ar re a hellaz tec’hout en em guzaz el land da c’hortoz an deiz. Kalonou an oll oa leun a horrol ! Antronoz vintin en eur ziztrei da Vontroulez, ar soudardet a ieaz dre vorc’h Sant-Egonnek ; ar c’habiten a c’hourdrouzaz ar mear : me a lakaio diskar d’an traon tour braz Sant-Egonnek, hag a freuzo hoc’h iliz ker kaer ; hag er c’hiz-ze, ne jomo netra ganeoc’h evit digas da sonj deoc’h euz ho fals kredennou hag euz a ziotachou an amzer goz.

Mar freuzit an iliz, a respontaz ar mær, da viana a rankfet lezel ganeomp ar stered a zo en oabl, hag a lavaro deomp bepred ez euz eun Doue, hag a raio da bep hini hervez he oberou var an douar !

Ker an Oriant e Breiz a ziskuezaz kement a grizder hag ar ger a Baris e miz guengolo 1792. Eur marc’hadour euz ar ger an Oriant hanvet Gerard oe laket er prizoun var brudou-fall ; ha tud an ty-ker o doa an digaloniez da lezel ar bobl kounaret d’he denna euz ar prizoun evit he laza ; ar merc’het oa ar goassa ; an dud dirollet-ze a ziframmaz oll izili ar paourkez marc’hadour, hag he ben oa taolet dindan prenestou he famill maleüruz. O kenvroiz ker, ra viro Doue ac’hanoc’h euz an derrien-ze a revolution a choulen : goad, atao goad !

Ar baysantet a ie d’ar brezel en eur ioual : bevet ar religion, bevet ar roue ! Neket goad a c’houlennent, mœz liberte d’ar mad. Etouez ar re c’hlaz en em gave aveichou tud hag o doa sonj c’hoaz euz ho badiziant. Sauveur oe lazet er Roc’h-Bernard gant ar baysantet, a lavare dezan goulen pardon digant Doue da veza gret drouk d’ar veleyen-vad ; an den iaouank-man a zavaz he zaoulagat var-zu ar groaz hag hen adoraz. Ra vezo gret trugarez dezan ! Bez e oa c’hoaz eta eun elfen a feiz kristen, e kalonou an dud maleüruz na gomprene ket beza enebour da vinistred J.-C. eo beza enebour da Jesus-Christ he unan.

Ar re falla euz ar Vretoned o doa koulskoude kassoni euz an dud fall euz a Bariz, a gavent kalz falloc’h c’hoaz evinto. Tud fall ar vro-man o dije karet chom e hanter-hent euz an drouk ; ar pez ne deo œz da zen ; re Bariz a felle dezo beza fall tre. Re ar vro-man n’o doa ket bet a zonj, na da deuler ar roue en traon, na da sevel Republik. Ar Vretoned eet etouez an dud fall da gemer an Tuileries, palœz ar roue d’an devez 10 a viz eost, o doa manket e kenver ar Vretoned-all. An dra-ze zo anat sklœr da re a hell lenn al lizerou skrivet neuze gant an deputet breton da renerien ar pemp departamant euz ar Vreiz. Ar re o deuz kuiteet a volonte-vad hent ar relijion a zo dilœzet gant Doue ; hag an dud-man o deuz bet ar malheur da seblantout aproui ar pez o doa horrol kouskoude da ober. Roët o deuz ho mouez d’an tu fall ; tud aounik ha digaloun maz int bet.

Evel-ze Per Koustard, depute Naonet, a skrive en devez terrupl-ze euz an deg a viz eost, da zeg heur euz ar mintin. Nag eun devez trist, ma Doue, evit hor bro maleüruz ! 200,000 den armet o c’houlen teuler ar roue en traon ; ruill a ra ar goad ; pennou tud troc’het gant tud kriz zo douget er ruiou e beg ar peuliou. Ar roue hag ar brincet zo deuet da c’houlen skoazel diganeomp…, ar c’hanoliou, an tennou fuzil zo klevet heb hean… sklazi a ra va c’halon e va c’hreiz, o velout hag o klevout kement a draou euzuz !

Cetu ar pez a zonje ar re o deuz goudeze dre aoun roët ho moueziou evit lakaat ar roue mad Louis XVI d’ar maro. An dud-ze a zo galvet e gallek Régicides (muntrerien ar roue) ; mad a vije bet chench ho hano dezo oll, abalamour d’ho bugale. Neubeutoc’h a dud fall vije breman e Frans, ma na vije dalc’het hanoiou an dud maleuruz-ze. Er Finistère, ar Vretoned o doa c’hoant da zerc’hel pen dioc’h an dud-ze. Evel-ze pa oe kasset Royou-Guermeur gant Marat, ha Sevestr ha Kavaignak oe kaoz e Brest d’ho derc’hel er prizoun. Pa gollaz re ar republikanet galvet Girondins gant ar re grissa hanvet Montagnards d’an 31 a viz maë 1793 ar republikanet Breiz, bet ar goassa a enep ar relijion, a fellaz dezo difen an deputet Girondins.

Gervel a rezont 18 departamant euz ar Frans da zont da zilivra Paris euz krizder Robespierre, Danton ha Marat. C’hoant o doa da zont a ben euz ar ger a Baris dre ar gernez. Ha ken a zeuaz e Kemper ar c’helou o doa kollet en eur gombat en Normandi, renerien ar Finistère a esseaz da zerc’hel a enep ar re falla euz ar republikanet, an dra-ze vije bet mad tre ma na vijent bet tud fall ho-unan. Kredi a rejent oa kavet an tu ganto da jom hanter-fall.

E Plouenan, ar bœlek fall Touboulik oe kasset e meaz euz konseil ar gommun ; hag unan a ieaz beleg kranchat euz he visaich, rag ar baysantet o doa kement a horrol euz an touerien, evel ma o doa a respet euz ar veleyen vad.

E Krozon, ar veleyen vad, an aotrounet Ragenez ha Sizun, no doa ket ezom d’en em guza piz ; guisket e martolodet e hellent mont e peb lec’h er barrez ; hag ive an aotrou Balkon hag an aotrou Meilars. Pa vije guelet an touer Savina oc’h ober eur rumm procession : « Sell, eme an aotrou Ragenez, oc’h he voapaat dirag an oll var blacen Krozon, sell ar person gant he varreten a dreuz var he ben. » Unan euz ar veleyen oa gant an aotrou Savina, hanvet Sevaer, oa taolet er vouillen gant merc’het borc’h Krozon, a rede var he lerc’h gant ho balaennou.

Ar baysantet ouspen-ze, na felle ket dezo pea an droajou ; kasset oe neuze e Krozon kant soudard hag hanter-kant gant Sevellek ha Guiliers. Ne oant ket evit dont a ben na da ober pea droajou, na da baka bœlek ebed ; ha koulskoude oa neuze uneg bœlek bennag kuzet er barrez-ze.

E parrez Krozon oa araok ar Revolution seiz bœlek varnugent ; ha ret eo lavaret en ho enor, n’euz ket e Breiz (e lec’h ma oa parreziou ker fidel d’ar relijion) unan hag e defe roet muioc’h a desteni euz he feiz krenv eget parrez Krozon, en amzer-ze. Ar barrez-ze voa dign da veza mam-bro hon eskop santel an aotrou Graveran.

Savina, ar person touer euz a Grozon, ne oa ket eur goal den ; na glaske ket lakaat dibenna ar veleyen vad. Bro Krozon zo eur vro dizolo, ha diœz eo d’an dud en em guza eno, dre ma vank ar guez ; mœz an aotrou Savina a ree evel ma nen dije ket anavezet ar veleyen pa oant digasset dirazan. An dra-ze a erruaz a dra sur evit an aotrou Meilars. An aotrou Savina, person ha mær, a reaz d’ar soudardet ho lezel da vont kuit egiz ma n’en dije ket hen anavezet.




TREGONVET NOSVEZ
————


Paris ar ger brudet deuet da veza muntrer
Euz eur Roue karet, Louis C’huezek ar Merzer,
Guelloc’h oa dezi kaout Robespierre da Roue !

Er parreziou tost da Roazon, ar veleyen sermantet oa kasset kuit evel kasi en oll Vreiz. E Fouesnant, e kichen Kemper, na felle da zen pea ar guiriou. Abgrall oe kasset dy euz a Gemper evit ober dezo senti ; paotret Fouesnant a skoaz gantan ; an aotrounet Parker ha Longchamps a reaz ho fossubl evit he zifen. Ar bobl en em daolaz var dy Parker evit he zistruja. Nedelek euz ar Forest, gret barner, pe juge de paix, gant paotret Fouesnant, oa bet lammet he garg digantan gant ar vourc’hisien euz a Gemper, a zastumas tri c’hant den euz a barreziou Pleuven, Perget ha Fouesnant, hag a zeuaz ganto beteg Benodet evit diskar guezen al liberte, ha kas kuit an dud fall euz a Gemper. Eun niver mad euz ar re hanvet garde nationale, ha ganto pemzek jendarm, a zeuaz da Fouesnant evit kombati Nedelek hag he baotret. En em gaout a rejont e kichen borc’h Fouesnant. D’an tennou kenta, laosket gant ar baotret Fouesnant, oe lazet Lozac’h hag eun neubeut all euz a Gemper ; ar c’hanol a zeuaz a ben euz paotret Nedelek. Heman oe paket gant kals a re all ha taolet assamblez var girri evit mont da Gemper, e pelec’h a zone ar musik gant ar joa ; koulskoude e ouient e oa Nedelek kasset d’ar maro.

En amzer-ze, e oe lakeet ar roue er prizoun hanvet an Templ. Tud euz ar vro-man oa neuze e Paris ; pemp anezo oa dibabet evit mirout eno ar roue, he c’hoar, ar rouanez hag ho bugale ! Na hellit ket, va zud vad, kompren an anken hag ar glac’har euz an dud a relijion, en oll rouantelez Franç, pa zeuaz ar c’helou e oa lakeet ar roue er prizoun ? An dud fall a dride gant al levenez. E Brest oa eur joa vraz, ken a oa savet ar boned ruz var guerniou an oll batimanchou. E Roazon, oa lakeet er prizoun an oll veleyen oa kavet. Erruout a reaz neuze e Kemper ar benvek terrubl-ze hanvet ar guillotine, a dlie dibenna ar roue ha kement a dud euz he rouantelez. Lakeet e oe e kichen iliz Santez-Katel, hag evit guelout ma troc’he mad e oe dibennet gantan eun oan innocant ; evel m’en dije fellet dezo disklœria e vije skuillet varnezan kement a voad divlam euz a Franç.

26 Mae 1792, — D’ar c’huerc’h varnugent euz a viz mae 1792, eul lezen a ordrenaz kass er broiou diavez an oll veleyen ; an dud santel-ze a vouele o kuitaat ho bro hag ho farossianiz. O deveziou a chlac’har, deveziou a gaon, pa renkaz ar veleyen partial evit an harlu, pe beza lakeet d’ar maro. Euruz ar re n’o deuz ket guelet an deveziou-ze : euruz ar re n’o deuz ket guelet person ho farrez etre soudardet, heuliet gant an dud paour, merc’het ha bugale, o ioual a forz var he lerc’h, hag o vouichat da roudou he dreid, epad ma daole paotret mein ha lagen var ar soudardet. An dud koz, leun a anken, a grene dirag malheuriou all c’hoaz.

21 euz a viz Guengolo 1792. — Ar relijion zo bet ar c’henta ebars er boan ; kalz tud a renkaz soufr ganti. Ar Republik oa savet d’an unan varnugent euz a viz guengolo. An oll duchentil oa kasset kuit euz ho maneriou, ho madou kemeret ha guerzet. Lod dibennet abalamour oant choumet er vro ; lod all abalamour oant kar d’ar re o doa kuiteet ar vro. An introun Paskault, euz a Gerivon, a chome e Plouneventer gant mevelien koz. Toullet oe mogeriou ar maner, digoret an arbeliou, kemeret ar c’hontrajou, klasket beteg er pod souben, hag erfin lammet he madou diganti, abalamour en doa daou vab er broiou diavez. Er maner Brezal, an aotrounet Tinteniak a renkaz kuitaat an ty heb kemer netra euz ho zraou guerzet kerkent. Eur mevel a brenaz danvez he vistri ; kridi a ree an dud en dije miret ar c’hastel d’an aotrounet, a vijent distroet en eun amzer œssoc’h. Kals a verourien o deuz gret an dra-ze, mœz heman a viraz oll evintan ; disprijet oe gant al Leonardet all. Brassoc’h oa neuze koulskoude niver an dud fall eget hini an dud vad.

21 Genver 1793. — Deuet oa miz kenver 1793, ar revolution a beur-aichuaz he ober fall. Ar roue oe lakeet d’ar maro. An devez-ze eo ar goassa euz an istor a Franç ! Pa oe klevet oa barnet ar roue d’ar maro, eur bœlek iaouank euz a Landerne e Breiz, hanvet Le Gris-Duval, neuze kuzet e Paris, a zeuaz da gaout ar varnerien hag a lavaraz e oa bœlek hag a c’houlenne koessai Louis c’huezek, ma n’en doa ket ar roue kavet eur c’hoessor. An dra-ze oa avoalc’h neuze evit en em exposi d’ar maro. Lavaret oe dezan e doa ar roue goulennet evit koessor an aotrou Firmont-Edgeworth. Ar bœlek iaouank en em dennaz kuit gant modesti ; mœz ar bobl en doa klevet he gomzou, hag a c’houlenne he varo. Kasset oe neuze en eur gambr ; etouez an dud impi-ze ar bœlek a gavaz eur c’honsort skoll, a roaz dezan eur passe-port evit tremen er ruiou Paris. Lennet em euz va unan, p’am boa va daoulagat mad, ar paper-ze ken enorabl evit ar bœlek breton.

En devez ma ieaz ar roue a Franç d’ar maro, ne oe klevet trouz ebet en eur ger ker braz hag hini Paris ; an oll oa souezet, fall ha mad. Pa fellaz d’ar bourreo staga daouarn ar roue, heman a viraz outan hen ober. Ar bœlek a lavaraz dezan : « Roue, roit ho taouarn da veza staget, henvelloc’h aze e viot ouz Jezus-Christ. » Ar roue a roaz deoc’h-tu he zaouarn. Pa bigne ar roue var ar chalfault, ar bœlek a lavaraz dezan : « Mab sant Louis, pign breman d’an env ! » Ar roue a lavaraz d’ar bobl : « Francisien, pardoni a ran deoc’h va maro, divlam oun… » Raktal oe gret d’an taboulin son gant aon na vije klevet mouez ar roue, a varve evel eur merzer.

Trugarez, va Doue, trugarez evit ar Frans ! Ne peuz ket selaouet c’hoaz peden ar Roue-Merzer ; setu kant bloaz breman a c’houzanvomp kasti an torfet-ze.

Louis XVI en doa goestlet ar Frans d’ar galon sakr a Jezus. Ar brincet hag ar brincezet hag ho mignonet o doa ive en em gonsakret d’ar galon santel-ze ; kassoni ar re fall a greske hervez karantez an dud vad e kenver kalon Jezus.

Keit a oe roue Louis XVI, ar vadelez hag an oll vertuziou a lugernie var an tron. Morse roue ebet na garaz he bobl eveltan. Diskuez a reaz en doa eur guir santelez dre an doare ma c’houzanvaz he voaleuriou e prizoun an Templ, hag en heur he varo kriz. Biken na reüzaz d’ar bobl ar pez a c’houlenne, mar oa hervez ar reiz. Biken na hellaz kontanti an dud fall.

Kouskoude arabad eo deoc’h kridi en doa sonj ar bobl da ober an oll drouk euzuz en deuz gret ; hag a spont ar re ho len. Mœz eur veich dichadennet ioulou fall an den, a renker senti outo ; ha deuet eo evel-ze ar bobl a Frans da lezel laza ar roue, diskar an ilizou ; hag amzer ar spont da ren : La Terreur. An den evit beza eun den mad a renk bale atao ha mont araok varzu ar vadelez, mar teu var he giz, e teu da zizken en eun doare n’en dije biken sonjet. Ar c’hlub breton a zeuaz klub mignonet ar Gonstitution, goude klub ar Jakobinet, da lavaret eo ar vuntrerien goassa, Ar Francs-maçonnet, er c’hontrol, a oa fall en ho sonjou hag en ho oberou. Ho labour oa merket mad dezo : Distruj ar relijion dre peb seurt moyen ; ha lezet ho deuz var ho lec’h tud gant ar memez sonj.

Goude maro ar roue mad-man, e oe galvet evit ar brezel ar baotret adalek pevarzek vloaz beteg daou-ugent ; ne oa ket pell c’hoaz e oa bet savet tud evit divoal an aochou. Neuze ar baotret euz a Vreiz, elec’h mont d’ar brezel pell deuz ho bro, deuz ho farrez ha deuz ho iliz, en em daolaz er c’hoajou da ober brezel d’ar Republik.

Cetu aman, paotret iaouank, eur ganaouen, gret gant Guillou ar Vern, euz a Gleveret, e parrez Gourin, hag a ziskuezo deoc’h lod euz hor miser en amzer-ze.


AR RE C’HLAZ


————


Ar chas a glevann oc’h harzal ! chetu ar zoudarded c’hall !
Tec’homp kuit trezeg ar c’hoajou ! Kassomp arog hor chatal !

Daoust hag hen, potred Kerne, e c’houzanvimp da viken,
E c’houzanvimp ar vac’herien a wask al labourerien ?

Tanet ganto ti ar beorien ; diskaret ar maneriou ;
Devet an ed, devet ar foen, er parkou hag er prajou.

Troc’het ar gwe el liorzou, ha laket da ober tan,
Ken na vo avalou na sist, da nao pe zek vloaz ac’han.

Laeret hor zaout, hon ounnered hag hon ejenned, siouaz !
Ha kaset mesk gant ho ferc’hen, d’ar c’higer d’ar c’heriou braz !

Laeret zoken traou ann iliz ; pillet zoken hon touriou ;
Straojet zoken ar garneliou ha skignet ar relegou.

Gwastet traoniou kaer Breiz-Izel, ken dru ha ker glaz gwech all ;
Ken na glever mui trowardro mouez den kennebeut chatal.

C’hoaz ma helfe skuilla daelou, daelou dru d’hon daoulagad !
Mes dal m’a wel skuilla daelou, an den ker a skuill ar goad.

C’hoaz ma helfemp kavout eur groaz, e pelec’h e taoulinfemp,
Evit goulenn digand Doue ann nerz pini a vank d’emp !

Mes ho kroaz santel, ma Doue, zo bet pilet e peb lec’h,
Ha kroaz ar winterellerez a zo savet enn he lec’h.

Bemde weler ho peleien evel-d-hoc’h war ar C’halvar,
Evel-d-hoc’h o stoui ho fenn o pardoni d’ann douar.

Re ho deuz gallet tec’hel kuit, ia da guzet er c’hoajou ;
Eno ec’h oferniont enn noz ; er vag, war vor, awechou.

Darn ho deuz treuzet ar mor braz, divroet ha dizouten,
Gwell gant-ho senti ouz Doue, eget senti ouz an den ;


Gwell gant-ho dibri dianken, er broiou pell, bara kerc’h,
Eget dibri bara gwiniz, bara an diaoul, gand an nec’h.

Enn ho ziez, an touerien a zebr danvez an dud paour,
Goude beza gwerzet Doue, evel Judaz, evid aour.

Piou bennag na fell ket d’ezhan mont da glevet an touer,
Zo war var da goll he vuhe, bet denjentil pe gouer.

Tudjentil, ha tud a iliz, tud diwar mez, sonn ho fenn,
Ann holl Vretoned a waner abalamour ’maint kristen !

Breman hallez, boed ann ifern, rei da galon-te d’ar joa,
P’ec’h euz laket hon elez-ni e-barz an ee da wela !

P’ec’h euz laket lezen an diaoul elec’h gwir lezen Doue,
P’ec’h euz lazet ar veleien, an dudjentil, ar roue !

P’ec’h euz lazet ar rouanez, p’ec’h euz stlapet d’an douar
He fenn gand penn flour Elesbed, an itron zantel he c’hoar.

P’ec’h euz tolet er c’hao hudur mab ar roue, hen bugel,
Hag hen dalc’hez ebarz ar fank da vreigna ha da vervel.

Kuz da benn, heol benniget, enn eur welet torfejou
Pere na dlefe beza gret nemed gand drouk-sperejou.

Kenavo, Jezuz ha Mari, dispennet ho skeudennou
Ha laket d’ober paveiou, gand ar re c’hlaz, er c’heriou.

Kenavo, fons ar vadiant, elec’h e kevchomp gwechall !
Nerz evit gouzanv ar maro kent eged ieo ann dud fall.

Kenavo, kleier benniget, a gane war hor pennou,
N’ho klevimp mui ouz hor gervel, sul na gwel, d’an ilizou.

N’ho klevimp mui o kana ge ; siouaz ! divadez ho penn,
Teuzet, siouaz ! gand ar geriz evid ober gweneien !

Kenavo, Bretoned yaouang, a c’halver d’an armeou,
Elec’h ma koller enn eunn tol ar feiz hag ar vueiou.

— Kenavo, ma map, kenavo d’an draoniennou Jozafat !
Pa vei mez deuz a Vreiz-Izel, piou a zifenno da dad ?

Pa lammo re ker gand ma zi, me vo klevet o laret :
« Ma vize bet ma mab er ger, en defe ma diwallet ! »


— Deuz etre divrec’h da vamm goz e deuz da zouget, bugel,
Deuz war galon euz da vaget, ma mabik paour, kent mervel.

Pa zistroi en dro d’ar ger, vinn eet kuit deuz ar bed-man ;
Deuz aman, deuz m’az priatinn, evid ar wech divezan.

— Tevet, ma mamm, tevet, ma zad, na inn ked d’ho tilezel ;
Chom a rinn evid ho tifenn, evid difenn Breiz-izel.

Reuzeudik braz eo bout gwanet, bout gwanet ne ket mezuz ;
Nemet plega d’ar skraberien, evel tud lent ha kabluz.

Mar d-eo red monet d’ann emgann, emganna rinn ’vid ar vro ;
Mar d-eo red mervel, e varvinn, kuit ha laouen war eunn dro,

M’euz ked aon rag ar bolodou, na lazint ket ma ene,
Pa gouezo ma c’horf d’ann douar, ma ene savo d’ann ee.

Arog ! potred vad Breiz-Izel ! entana ra va c’halon !
Kreski a ra nerz va divrec’h ; bevet ar relijion !

Bevet an neb a gar he vro ! bevet mabig ar roue !
Ha ra ielo ar botred c’hlaz da c’hout hag hen zo Doue !

Buhez evit buhez ! tud vad ; laza pe beza lazet !
Red e oa da Zoue mervel evid gonid war ar bed !

Deuz er penn gan-e-omp, Tinteniak, gwir Vreton a holl-viskoaz,
Te pini rag beg ar c’hanol, morse da benn na droaz.

Deut er penn gan-e-omp, tudjentil, goad roueal demeuz ar vro
Ha Doue a vezo meulet gand kement kristen a zo.

Hag enn divez e teui endro e Breiz al lezen gwirion
Koulz ha Doue war he oter, hag ar roue war he dron.

Abenn neuze traoniou Kerne a zeuio glaz adarre ;
Hag ar galon a zigoro gant bleun an ed hag ar gwe.

Neuze, kroaz Jezuz, hor Zalver, a zavo splann war ar bed,
Ec’harz he zreid liliou kaer dru gand goad ar Vretoned.

(Barzaz Breiz hag Ar Feiz hag ar Vro)


KENTA NOSVEZ HA TREGONT
————

Ho croaz santel, ma Doue, zo bet pilet e peb lec’h,
Ha croaz ar guillotinerez zo savet en he lerc’h.
Bemdez e veler ho peleien eveldoc’h var ar C’halvar,
Var ar chafot o stoui ho fen, o pardouni d’an douar.

Er Morbihan oa en em zastumet an darn-vuia euz ar Vretoned pa na felle ket dezo mont d’an armee. E Franç ar Vendee en he bez a gombataz evit ar Feiz hag ar Roue. Er Finistère, an tenna d’ar sort a oa merket evit an 19 a viz meurz 1793 ; ar billejou oa devet, an daoliou taolet kuit gant paotret Leon. Kanoliou oe lakeet dirag an iliz-veur. Ar mamou, an dud koz a heulie an dud iaouank. An hostaluriou oa leun a dud divar ar meaz, karget ho fuziliou ganto. Lazet oe ar mær ; paotret Leon a denne dre ar brenestou ; unan euz ar re huella euz an officerien oa lazet ; mœz ar jeneral Kanklaux a zalc’he mad ; ha da oe d’ar re Leon dont e meaz euz ar ger. Pa oant erruet var pont Keriduff, diou leo euz Kastel-Paol, ar republikanet oe var ar poent da veza trec’het. Mœz, allaz ! dont a reaz d’ho sikour soudardet euz a Lesneven.

Ar jeneral Kanklaux en doa ordrenet d’he soudardet skei gant ar mær ken he oa dija lazet ; gourc’hemen a reaz ive dezo en em deuler var ar baysantet, a benn-herr, ho baionnettez e beg ho fuzil, beza didruez ouz an oll ha diskar d’an douar muia ma helchent koz ha iaouank, goazet ha merc’het. Lod euz ar Vretonez a dec’haz dre hent Plouenan, lod all dre hent Roskoff ha Santec ; an darn-vuia a dec’haz dre an hent braz a iea euz a Gastel da Verven. Kanklaux a zeuaz var ho lerc’h. Neuze an aotrou Kerbalanek euz a Blouvorn en em lakeaz e pen ar baysantet Gourc’hemen a reaz d’ar re n’ho doa ket a fuziliou mont buhan araog ; ha lakaat a reaz ar re oa armet d’en em guzet a dreon ar c’hleuniou, da denna var ar soudardet pa en em gavent azindan tenn.

Kasset oa kelou d’an oll barreziou a dro-var-dro d’ar goazed iaouank dont d’ar vorc’h Plougoulm d’en em glevout evit ar gombat. Paul Inisan euz a Lanzeon a ioa e penn Ploueskadiz, Guineveziz, Lanhouarniz, etc. Per Prigent a Vitevede a oa e pen tud he barrez. An aotrou Kerbalanek oa mœstr var ann oll, outan a renke an oll senti. Ne deaz e guele ebet epad an noz, kemeret en doa eul loan hag edo var vale beteg an deiz. Guelet on deuz dija e oa an aotrou Parcevaux er prizoun abaoue 1791. Penefe e vije bet eno ive. An aotrou Kerbalanek a lakeaz tud a vanden, a dreon ar c’hleuniou, hag a lavaraz dezo dont en dro davedan goude tenna var ar re c’hlaz. An emgann a gomansaz evit mad e Pont Kergidu, diou leo euz Kastel-Paol. Ar Republikanet oe var ar poent da veza trec’het, maz allaz ! dont a reaz sikour dezo euz a Lesneven ha neuze meur a baotr-ter a gouezaz er fouss. Kanklaux en doa roët c’hoaz urz d’he zoudardet da zont var ar Vretoned, ho baionnettez e beg ho fuziliou. Skoit, a dreuz ar baionnettez, eme an aotrou Kerbalanek : « Evit ho Toue, ho Roue hag ho Pro ; kaloun eta paotred Breiz ha dao dezo. » Plougoulm, Kleder ha Sibiril oa kondaonet evit an dra-ze da baea muioc’h a zroajou ; hag abalamour d’ar baotret iaouank-ze c’hoaz, Plougerne, Plouneventer, Ploudaniel, Guisseny ha Kerlouan a beaz 20,000 liour etrezo.

Epad emgann Kergidu ar merc’het a reaz eur vad vraz d’ar Vretoned ; mont a reant e kreiz an tennou da gemer ho zud gouliet, d’ho digas ganto a gostez evit ho damanti. Beleyen oa ive etouez ar Vretoned hag a rentaz dezo ar guella servichou mad. O pegement a vad a ra da galon eur c’hristen kaout eur bœlek da bardoni dezan he bec’hejou. Guelet ar veleyen en ho zouez a rea kaloun d’ar Vretoned da gombati startoc’h. N’oun ket evit mirout da gonta deoc’h c’hoaz ar pez a gont ker brao an aotrou Inisan. Goude emgann Kergidu diou blac’h iaouank euz a Arvor-Gleder a iea da louzaoui daou zen iaouank a Bloneour-Drez kouezet er gombat ; pemp pe c’houerc’h soudard a gouezaz varnho, araok ma o doa gellet mont beteg eun ty, c’hoant ganto da beuraichu laza an dud iaouank-ze. An diou blac’h iaouank a lakejont an daou c’hlazet var an douar ; hag unan gant eur forc’h, eben gant eur peul, en em lakejont d’en em ganna a vad a enep ar soudardet ; hag er reont ker mad ma hellaz daou-ugent bennag euz ar baysantet dont da lakaat ar soudardet kriz-ze da dec’hout.

An aotrou Breton, person Sibiril ha Kerangueven euz merouri Kerouzere, o veza bet var var da veza lazet gant ar soudardet, en em gusaz a dreon ar c’hleuniou, pa veljont eur republikan all o tont varn’ho. Deomp, eme an aotrou Breton ha treuzomp ar ganol ; enn tu all a vo eaz deomp kaout eun tam kuz. Eur veach m’oa tremenet ganto ar ganol, ne glevent trouz ebet. Chom a reont a za hag e sellont var ho lerc’h ; ar soudard republikan oa bet re verr he lamm evit treuzi ar ganol, hag e oa kouezet ebarz, mont a rea da veuzi. Deomp d’hen tenna alesse, a lavaraz ar bœlek. An daou Breton hen denjont er meaz gant kalz a boan. Digeri a reaz he zaoulagad hag e chomaz mantret, o velet en he gichen ar re en doa c’hoant da laza ne oa ket eun hanter-heur c’hoaz. An daou-man her lezaz, hag a ieaz kuit. Ar soudard o velet anezo o vont enn ho hent, a zavaz he benn da zellet outo, mœz ne lavaraz ger ebet.

E Guenet, oa lazet paotret iaouank a zouge var ho zok paper pe eun tam lien guen evit cocarden. Ma ne vije ket kavet e ty he dud an den iaouank klasket evit arme ar republik, devet oa an tyez, al loenet hag an ed. Lazit kement den a glasko sevel ar pavillon guen, oa lavaret dezo.

Mistri ar Republik e Guenet a lakeaz ar garde nationale da laza a daoliou fuzil ar baysantet a reüze tenna d’ar sort. Ar re-man n’ho doa ken armou nemet ho birjer. Kant hag hanter kant oant lakeet er prizoun. Pe seurt sonj o peuz ? oa goulennet diganto. — Pa n’euz mui na Roue, na lezen, na beleyen, ni fell deomp kaout krog gant an Nation. Perag kass ac’hanomp pell euz hon bro ? Mar d’eo red mervel, koulz mervel aman en hor bro. Cetu an doare ma lakee ar baysantet kalounek-man ar mistri-ze da ruzia euz ho c’hundu fall. Ar pez en doa lakeet ar baysantet da gaout kassoni euz ar Republik oa an dismegansou gret gant ar Republikanet d’ar veleyen vad. Pa n’euz ket mui mistri mad, eme ar baysantet, ni en em zavo en eun taol a enep ar Republik. Ar republikanet e Frans o deuz e peb mare, beteg vreman, diskuezet kounar ha kassoni diouz ar veleyen vad. Gras dezho da zont guelloc’h. Beteg hen, ral eo guelet e Frans eur republikan chomet christen mad beteg ar maro. Peurvuia koulskoude ar gristenien gross-ze n’ho deuz ezom euz ar relijion nemet var ho zremenvan. Eur gouarnamant hag a ra brezel d’ar relijion katolik, a ra lezennou evit mirout euz tud eur vro da heuil ho relijion, a zo eur gouarnamant kondaonet. Mar fell d’ar Republik chom e Frans, a rank dont Republik katolik. Gensonne ha Gallois, daou komisser fall deuet evit lakaat ar Vendee hag ar Vreiz da senti euz al lezennou nevez, a skrive da Baris e kavent o dije ar baysantet sentet kentoc’h, ma na vije ket bet heskinet ar veleyen vad.

Paysantet ar Morbihan a gerzaz var ar Roc’h, Rochefort, Redon, er c’herriou tro-var-dro beteg Pontivy ; eno e kemerjont eur pez kanol d’ar 15 a veurz 1793. Aben tri pe pevar devez ar baysantet en em savaz en eun taol a enep al lezennou nevez, er pemp departamant euz ar Vreiz. Ne ket an noblans a lakeaz an dud divar ar meaz da ober ar brezel, ar baysantet eo a ieaz da glask an noblansou en ho maneriou evit ho hencha d’ar brezel. E miz fever 1791, paysantet Sarzeau hag ar barreziou var dro oant deuet dija da glask evit ho komandi an aotrou Francheville, bet offiser var vor, deuet koz, goloët a c’houliou ; mœz leun a nerz hag a galoun en despet d’he oad braz.

Cetu aman darn euz eul lizer a skrive eur chouan breton d’ar republikanet kriz-ze :

« Neket evit kombati tud hor bro omp en em zastumet assamblez. Ne deo nemet evit ober deoc’h selaou hor c’hlemou disprijet ganeoc’h ken liez a veich. Na gemerit ket an oll dud iaouank evit ar brezel. C’hui lavar an enemiet a glask dont er vro. Mar teuont, ni en em zivoallo mad, ni a gombato gant kaloun. Rentit deomp da genta hon ilizou, hor beleyen mad, bet int bet atao evidomp tadou ha mignoned ; goude oll, rentit deomp-ni hor roue, rag n’ententomp ket ar republik. Ar garantez evit ar feiz hag ar guir liberte eo a gundu ac’hanomp. Selaouit hor pedennou, ha ni zeuio da veza breudeur evidoc’h. »

Ne oa ket gret a respount d’al lizer-ze : ar brezel a zeuaz goassoc’h evit kent.

Ar re zo bet ar re vella er brezel-ze eo potret ar Vendee : ho hano zo meulet ha brudet en oll broiou euz an Europa.

Kathelineau, marc’hadour gloan var ar meaz, ha labourer douar, oe lakeet ganto da gommandi, ha ker mad oa en he vuhez, ha ker stard d’ar vertuz ha d’ar relijion, ma zeo bet galvet Sant an Anjou.

Leskur, denchentil a gombate assamblez gantan, oa galvet Sant ar Poitou.

Bonchamps, d’Elbee, La Rochejacquelein ha kals a dudchentil all, a gombate gant ar baysantet kalounek-ze, ho hanoiou zo skrivet e kaloun an dud vad.

Etrezo ne oa ket a gassoni enep an adversourien ; paotret ar Vendee a ouie pardoni d’ar muntrerien, beza christenien vad ha leun a gouraich er gombat. Desket o deuz d’ar bed oll peger kaer eo da eur bobl kaout eur feiz kre hag eur galoun vraz. Dalc’het o deuz pen, epad an oll revolution, d’an dud fall-ze o deuz laket da blega dindanho an nemorand euz ar Frans.

Ne oa ket pell goude maro ar roue, ma zavaz trouz etre he vourrevien ; eur rumm a felle dezo laza an oll dud pinvidik er rouantelez, eur rumm all na c’houlennent ar maro nemet euz an dud a iliz, hag an duchentil hebken ; hag ar re-ze na glaskent ket kaout eur republik, mœs kaout Filip Orleans, leshanvet Egalite, evit beza ho roue. Ar reman a gollaz er jeu, ha neuze ne oa fin ebet d’al lazerez e Paris, hag e kals a guerriou. An amzer-ze zo galvet e gallek la Terreur, e brezounek, amzer ar spount.

E Pariz en eun devez oe dibennet eur c’harrad marc’hadourien euz a ger, tregont anezo. Eun devez all anter kant den, etrezo eun den gouiziek meurbet, an aotrou Lavoisier. Rag, emezo, ar Republik n’en deuz ket ezom a dud gouiziek. Dibennet e oe ive eun den iaouank a ree guerziou kaër, André Chénier : araok mervel a skoaz var he dal en or lavarout : m’em boa koulskoude eun dra bennag aze. Ar Republik na garie ket an dud a skiant.

Ar Vendee oa lodennet dre verouri, an eost vije lodet etre an aotrou hag ar merour ; bemdez en em gave kenvret an aotrounet hag ho verourien, ha setu tud mignonet etrezo. An eil hag egile o doa nec’hamant pa vije eost fall, ha laouenedigez pa oe eost mad. Merouriou eur c’hastel oa en dro dezan hag ar verourien oa evel lod euz tud tosta an aotrou. Paysant ha denchentil a veve tost da vad er memez giz. An aotrou na vanke ket mont da vadiziant, na da euret he verour, ha pa varve a ie d’he beziat. He guzulier hag he alvocad oa en he afferiou, silaou a ree anezan en he joaiou hag he frealze en he c’hlac’har. An aotrou na gemere ket he lod en he bez, pa oa re fall an eost, presta a ree d’he verour arc’hant hag ajou pa oa bet goal vloavez. Lakaat a ree anezan da azeza dioc’h he daol, hag he serviche he unan pa zeue ar merour d’he visita. Ma oa eun den klanv er verouri, oll tud ar c’hastel a rede dy. Breman c’hoaz ar giz zo evel-se gant noblans ar Vendee evel gueich all gant ar Batriarchet.

Abaoue oa deuet ar c’helou a renke kaout ar Republik 300,000 den iaouank d’hen difen, paotret ar Vendee na fellaz ket agren tenna d’ar sort. Mar renkomp mervel, marvomp enn hor bro kentoc’h evit mervel en diaveaz, ha difennomp mad hor relijion.

Deuit d’an tenn pe viot lazet, a lavare an 10 euz a viz meurs 1792 da baotret iaouank Sant-Florent, komiser ar Republik en eur diskuez dezo eur c’hanol karget a goz hernez. Guelloc’h deomp mervel emaint-hi. Eun ten kanol zo tennet var an dud iaouank kalounek-ze. Ar re-man en em daol var ar pez kanol hag a lakeont ar soudardet da gulat, a daoliou baz. En or zont en dro er ger a gavchont var ho hent, Kathelineau a dorloë he vara. Ahanta, paotret, emezan, ret eo ober ho sonj a zevri, ar pez o peuz bolc’het a renk boza kendalc’het. Ar baotret iaouank en em gelc’haz en dro dezan. « Ret eo klask an dudchentil d’hon hencha, mar hon euz kalon evelto, gouiezekoc’h int. » Kalz euz an dudchentilet-ze a renkaz hencha ar baysantet d’ar brezel, en despet dezo soken. Kathelineau oe lakeet er pen kenta, daou-ugent euz he gerent oa assamblez gantan.

Danvez an Iliz hag ar vesseliou sakr teuzet a tlie, e lavaront, prokuri d’ar vro 800 milion ; daou c’hant hebken a zeuaz d’ar Republik. Ar rest oa dalc’het e godelou ar republikanet, ho zreid a glebient er goad hag ho daouarn a leuniont gant an arc’hant dastumet er sic’hier. Aliez ne vije abek ebet evit kondaoni an dud vad d’ar maro, nemet ar c’hoant o doa tud a netra, da gaout danvez ar re penvidik.

Var blacen ar c’herriou vije ar chaffault savet, hag ar goad bemdez o redek. An dud fall a gemere evito danvez ar re vije lazet ; ha Danton, unan euz ar re voassa, a c’hounezaz evel-ze daouzek mil liur rent en eur bloavez. Robespierre oa neuze mæstr e Paris : ar re oa er c’hargou diagent oa dibennet pe lakeet er prizoun. Neuze oa lazet an dudchentil abalamour oant tudchentil ; ar beorien oa lazet abalamour o doa lavaret na garient ket ar re c’hlaz, evel-ze oa hanvet ar republikanet gant ar bobl. Merc’het iaouank oa dibennet abalamour na felle ket dezo dimizi gant republikanet ; groagezet abalamour ma recevent kelou euz ho friejou divroet.

D’ar 15 a viz gouere 1793, district Lesneven, poulzet gant ar re falla euz a ger, a lakeaz ar Garde nationale, daou-ugent den anezi, da vont da gemerout kastel Kerjean difennet gant diou itron koz, koz, itronezet Koatanscours ho havo. Ahanta, paotret, ha neket beza sur da c’houniz, mont daou-ugent a enep diou vaouez kabac’h !! Nag enoruz ar c’hounit-ze evit ar Frans !! Digasset oant e kastel Brest ha kondaonet d’ar maro, abalamour na garient nemet an noblans, hag a gomzent a enep ar c’hrimou, al lezennou fall hag an torfejou a lakeent al lezennou-ze da ober. Dibennet oant e Brest d’an oad a 65 ha 70 bloaz e miz kerzu 1793. An hini a skriv traou evel-ze a gav diez braz en ober. An aotrou Tersek, prokulor e Lesneven, en doa klasket savetei ho buhez dezo ; deuet oa evit-ze beteg en diabarz ar prizon ; mœz an itronezet-man a zrugarekaaz anezan en or lavaret e oant laouen dre ho maro kriz da c’houniz kentoc’h gloar ar baradoz !!

An aotrou Tersek a brenaz kastel Kerjean, hag e oa var var da goll he vuhez abalamour da-ze ; mirout a reaz an danvez hag he rentaz d’an heritourien pa gavaz an tu. Donze-Verteuil, klasker tud evit ar guillotin, en doa araog furchet e peb lec’h euz ar c’hastel hag a gemeraz an arc’hanturi hag an traou preciussa. Pegen dishenvel an daou zen-ze !!

Renan Nouvel, unan euz a Blovalannek, oa lakeet er prizoun abalamour oa bet guelloc’h dezan koll he zanvez eget senti d’ar republik ; ar c’hreg Keruzek oa paket ive abalamour ma ziskueze laouenedigez pa zeue beac’h d’ar republikanet ; Joseph Sillart, abalamour en doa savelet buhez eun denchentil en eur ziskuez d’ar zoudardet he boursue an hent kontrol ; re all abalamour oa kavet varnezo kroaziou, chapeledou, hag ispicial imaichou euz ar c’halonou sakr a Jezus hag a Vari.

An aotrou Lamarzelle, euz ar Morbihan, yountr d’an depute pe kannad er gambr e Paris zo maro var ar chafault dibennet abalamour oa bet gret prizonier o kombati evit ar relijion. Eur yountr all d’an aotrou-man a zo maro e Fouger, gouliet e meur a gombat evit ar feiz hag ar vro.

Arme ar republikanet oa bet trec’het ken aliez gant paotret ar Vendee, ma vanke peb tra necesser d’ar zoudardet : n’o doa na dillat, na fuzil, na guele, na boutou. Peb parrez oa neuze oblijet da fourniss d’ar republikanet ar pez a vanke dezo. Peb parrez a dlie fourniss c’huerc’h marc’h evit an arme; ma na oa ket a gezek eni, e oa red dezi prena en eur barrez all. Ouspenn-ze oa red rei kerc’h evit magadurez ar c’hezek-ze epad eur bloaz. An hini en doa eur marc’h evit he blijadur a renke hen rei d’ar republik pe autramant vije lammet digantan. Difennet oa neuze prena pe guerza fuziliou.

Ar merc’het a renke ober ar rochedou, chupennou evit ar zoudardet heb peamant ebet.

Ar c’here a dlee rei peb deg devez pemp rum boutou lær evit an arme. Ia, beac’h oa neuze var an dud ! Ouspen-ze, kemeret oe arc’hant tud ar Finistère tost da bevar million. An hini en doa pemzek mil liur rent a dlie pea c’huerc’h kant ouspen ar guiriou. An dra-ze ne oa ket avoalc’h ; eul lezen a ordrenaz disklæria d’ar gouarnamant an oll zouar euz ar vro ; ha var al lezen-ze oa merket a dlie al labourerien hag ar vicherourien ho eost, ho frouez, ho micher d’ar gouarnamant.

Skuiza a ra eun den o kounta kement a draou trist ; na hellan ket lavaret c’hoaz pegement a boan a c’houzanve neuze al labourerien ; ar republikanet na oant ket skuiz oc’h ho merzeria. Tud divar ar meaz, a lavare ar re-ze c’hui zo re euruz o choum er ger e lec’h mont d’ar brezel evel ar re all. C’hui zo oblijet da vaga ar re a zifen ho traou ha dalc’hit sonj n’o peuz netra deoc’h oc’h unan, ho tanvez zo d’ar republik ; hi e deuz roet deoc’h ho eost : lod evidoc’h, ha lod evit ar vro ; n’ho peuz ket a vir d’he zispign evel ma blij ganeoc’h, mæz er fæçon ma plijo ganeomp. Neuze oa gret lezen ar maximum ; peb hini a dlee disklæria d’ar republik an ed hag an oll draou en doa da verza. Lod ar republik oa kemeret etouez ar guella. Ar merour na helle guerza he ed er marc’had, nemet da eur pris merket dre avans. Peb ozac’h neuze a guze he ed guella ma helle, ha na felle ket mui da zen dont d’ar marc’had.

En amzer-ze an aotrou Balkon, o veza bet galvet da zont da velout eun den klan e borc’h Krozon, e tro mare kreisde, oe pedet gant tud an ty da choum da zibri ganto.

An aotrou-ze a vije aliez o rei ho sakramanchou d’an dud fidel ; guisket evel eur pesketour, ne oa ket anavezet gant an oll evit beza eur bœlek. Pa oa oc’h taol, eur plac’h iaouank a zeuaz en ty en or redek, o lavarout : Setu ar soudardet o tont da glask ar bœlek. Greg an ty a reaz d’an oll tevel, hag a lavaraz d’ar bœlek pignat en eur gabinet varlae ; digemerout a reaz mad ar soudardet hag ho c’hassaz deoc’htu da velout an ed er zolier ; kontant ma helle, en eur goll lod euz he ed, savetei buhez ar bœlek. Evit guir, ar soudardet a brizaz an ed, hag epad ma oant oc’h ober ar pikorec, an aotrou Balkon, o veza taolet he voutou, a lammaz dre ar prenestr e meaz, hag hen o redek tram ar mor, en em guzaz prount etouez ar c’herrek.

Tri labourer euz a Loperhet n’o doa ket kasset an tri sac’had ed goulennet diganto evit ker Landerne, paket oant gant ar jendarmet, ha laosket er prizoun ken o doa roet an hanter muioc’h a ed. Digant parrez Lok-Eginer oa goulennet tregont guele. An dud a Lok-Eginer n’o doa ket gueliou euz ar seurt oa goulennet, hag e oa ret dezo pea evit ar gueliou e hostaluriou Landerne.

Ar revolution na helle ket choum a za goude eur seurt kommançamant. Distrujet oe an nemorand euz ar relijion gouzanvet beteg neuze.

Ar veleyen fall oa neuze lakeet er prizoun kouls hag ar re all. Kaer o doa goulen ho guir, ha lavarout o doa gret an oll drouk goulennet diganto, ne oant ket selaouet, hag o doa an enor da veza ive persekutet evel ar veleyen vad. Torret oe imaichou ar sent, mein an aoteriou ; meur a iliz oa lakeet da varchossi.

Da vouel sant Kaorintin, e blavez maro ar roue, Dagorn hag Herault, republikanet fall ha galloudek, a zeuaz er gathedral gant soudardet ha merc’het kollet. Terri a rejont mean an aoter. Paotredigou, desket ganto, a daole lagen ouz ar sænt, ar merc’het a gemere dantelez an aoteriou evit ober bonedou ; hag eur c’hreg maleuruz a reaz eur boned voulouz d’he mab hena, gant ar golo voulouz euz ar vessel sakr. Neuze oa digoret an tabernakl, taolet an hostiou sakr var an douar, ha gret traou mezuz a refuz va ginou disklœria deoc’h. Oh ! braz e bet trugarez an Aotrou Doue pa n’en deuz ket konfountet ar ger maleuruz-ze hag ar rouantelez oll ! Rag e peb lec’h neuze oa dismantret an ilizou gant ar memez blasphemou ha sakrilaichou. Goude-ze an traou sakr oa taolet var ar blacen ha gret oe eun tan braz ganto. E Kemper eun ofisour maleuruz a choumaz da diza an tan epad ma tanse ar re all en dro, ouz zoun ar biniou. En devez varlec’h a varvaz an ofisour-ze ; hag an dud a velaz eno ar bunition euz he dorfet. Tud fall e Paris a viske guiskamant ar veleyen hag a zanse guisket evel-ze eun dans fall hag euzuz hanvet la farandole pe la carmagnole.

Ne hellet ket ken dougen hanoiou ar sænt, hag e lec’h beza galvet Iann, Per ha Paol, buzage ar republikanet oa galvet Kaius, Brutus, Scevola ; Pont-Abbad, e kichen Kemper, oe galvet Pont-Marat, hano unan euz ar re falla euz ar republikanet ; Ponte-Kroaz oa hanvet Pont-Libre ; Kemper oe galvet Ker-var-Odet ; hag ar brezounek oe disklæriet eul langaich fall.

Ar Vreiz hag ar Vendee oa ive reputet ar broiou falla gant ar republikanet. Neubeut a dra a lavaran deoc’h euz ar Vendee, abalamour em euz avoalc’h da gounta deoc’h ar pez a zigouezaz e Breiz.



EIL NOSVEZ HA TREGONT
————


Mervel ra ar veleyen er broiou pell vel merzerien
Mervel a zo eun dra c’hoero, pa varve pell pell dioc’h ar vro.

Permettit d’in choum eun neubeut da explika deoc’h miseriou hor relijion en amzer trubuliuz-ze euz ar revolution. An dud koz eveldoun-me o deuz ho guelet hag a oar ervad petra oa ; mæz an dud iaouank n’o deuz ket, ha kals anezo na ouzont doare ebet anezi, na vo ket fall dezo ho selaou hag ober reflexion varnezo. C’hui a ouezo guelloc’h pegen euruz en em gavit da veva en eun amzer a beoc’h ; ha c’hui zesko kaout kouraich da souffr, ma teufe amzer trist evel-ze c’hoaz.

Pa o doa ar veleyen nac’het ar sermant, hag e oant kasset kuit euz ho fareziou dindan boan a varo ; ho c’harantez evit ho farrossianiz, ho c’herent hag ho mignonet, ho interest evit silvidigez an dud fidel d’ar feiz, a reaz da galz anezo choum kuzet en ho zouez. Eun deiz e vijent kuzet er c’hrignoliou, er c’hreier, er c’hoajou, etouez al land hag ar balan, er bagou, memez dindan an douar. Evel-ze an aotrou Kernaëret, Jesuist, a dremenaz kals amzer en eun toul douar, e Koray, e pelec’h a choume ive gantan eun aer hag a zeuaz da veza mignoun dezan.

Lod euz ar veleyen kuzet-ze a gemere les-hanoiou evit na vijent ket bet diskuliet ken æz, pa vijent deuet da velet tud klan. Evel-ze an aotrou Hermit, bœlek euz a eskopti Sant-Briek, oe lezhanvet Lukas ; an aotrou Malledant, ar Miliner ; an aotrou ar Jan, ar Skrivagner, etc. Pa oa ezom anezo e vije lavaret : Kass kelou d’ar miliner a zo meur a zac’had da vala e Kerhuelen. Deuz dimerc’her d’ar Vern, ha digass da zac’h ganez.

Lavar da Lukas, lousaouer mad, dont da velet va mam, a zo klan braz. E Kreac’h-ar-Vilin ez euz eul lizer da ober, ped ar skrivagner d’en em gaout eno da greiz-de. Evel-ze e vije goulennet kelou euz an aotrounet-ze, hag o fedet da zont el lec’h ma vije ezom anezo, heb rei da c’houzout da zen. En noz varlec’h e teue ar bœlek gant an traou necesser evit rei ar vadiziant, an nouen, lavarout an offeren ; neuze vije koesset ha kommuniet an dud fidel hervez ma permette an amzer.

E kreiz an noz, aveichou, e vije klevet eur c’hloc’hik o c’hervel an dud fidel da eun offeren lavaret e kichen eur vezen, pe ebarz en eur gampr, eur c’haluri, ha memez er bagou var ar mor.

Evit rei d’eoc’h da anaout pegement a renke ar veleyen en em guza neuze araok an dud fall, eur verz a lavar :

Eur bœlek katolik zo eul lapouz ervad,
Hirio ma el lannok, varc’hoaz vo er c’hoat,
Disul en eun neiz pik, dilun en eun neiz bran,
Hag el lec’h ma tebr lein, ne zebr ket he goan !

Lod euz an aotrounet beleyen o deuz tremenet deg vloaz er fæçon-ze, kuzet etouez ho farrossianiz evit ho c’houraichi da choum fidel d’ar relijion, hag evit rei dezo ho sakramanchou, ispicial en heur ar maro. Oh ! pegen kaer, pegen enorabl, pegen kouraichus eo bet ho c’hundu henvel ouz hini ar gonfessoret euz an amzer genta hor relijion santel.

Istor ar veleyen euz ar Vreiz hag euz ar Frans, en amzer-ze, a zo kaer meurbet. Ar re zo bet lazet zo maro evel ma varve gueichall ar verzerien.

Pa oant lazet er prizoniou e Paris, an eskibien oa en ho zouez ho c’houraiche d’ar verzerinti ; « Trugarekaomp an Aotrou Doue, emeent, da veza roet deomp ar c’hraç da skuilla hor goad evit ar feiz, goulennomp a galoun ar berseveranç. » Pa oe kommancet al lazerez, ar veleyen a roe an absolven an eil d’egile. Neuze e vijent galvet unan da unan da zont da receo taol ar maro. Lod anezo, o c’hortoz ho zro, a lavare ho breuriel ; lod a receve ar maro en eur lavarout pedennou hag o daoulagat sarret evit sonjal e Doue hebken ; lod all a zelle gant dousder ha truez ouz ho bourrevien ; lod a zeue d’ho zro gant hast braz, ha gant joa da vervel evit Jesus-Christ. Oll e tiskuezent eun dousder hag eur vodesti vraz dign euz tud hag a zalc’h plaç Jesus-Christ var an douar. Lod euz ar veleyen-ze oa euz a Vreiz.

Neb a ia da Baris a hell guelout c’hoaz ar roudou euz ho goad en iliz Karmes ; ar vein zo deuet guell gant al hou euz goad ar veleyen. E troad an aoter, ispicial, a veler muioc’h a roudou goad, rak pa zeuaz ar soudardet d’ho laza, ar veleyen en em dennaz d’ar santual evit tostaat euz an tabernakl, o c’hoantaat dont e kichenn an hini a greva ar re zister hag a ro kaloun da zoufr an oll boaniou.

Danton, unan euz ar re o deuz ordrenet al lazerez epad an deveziou kenta euz miz guengolo 1792, a lavare en eun doare divergont : « N’oun ket nec’het da veza gret an torfet-ze. Ret oa d’ar Republik diskuez he galloud. Ni republikanet on deuz entannet koler ar bobl evit ma lazfe he enebourien. »

Enebourien ar bobl, hervez Danton hag he gonsortet, oa beleyen (ar veleyen zo er c’hontrol guir vignonet ar bopl) mec’het, prisounerien maleüruz. Hag ar Frans en deuz gouzanvet beza renet gant an tri-ze : Danton, Marat ha Robespierre,

N’euz forz e pe lec’h euz a Franç euz bet lazet beleyen o deuz dalc’het an doare kaer-ze ! Ar veleyen kasset en exil e Bro-Saoz, e Spagn, en Allemagn, o deuz dre ho skuer kaer konvertisset kals a dud er broiou diavez ha preparet konversion kals a re all. Ma teu ar Vro-Saoz en dro d’ar relijion katholik, ni a hello lavarout en deuz an Aotrou Doue en em servichet evit konvertissa ar Saozon euz hor beleyen harluet epad ar revolution vraz.

Ar re oa choumet er vro, hag ar re oa en harlu pe en exil, evit kelen ha kreaat feiz an dud fidel, o deuz savet kals a ganaouennou kaer meurbet da gana ha da len. Kals anezo zo bet kollet, abalamour pa vije kavet ar ganaouennou-ze etouez an dud, avoalc’h oa evit ho c’hass d’ar maro. Lod anezo zo bet skrivet en eul leor hanvet ar Feiz hag ar Vro, gret gant an aotrou Durand, bœlek ha kure Lanmeur.

1791. — Ar bersekution pe eskin a enep ar feiz ha ministret ar relijion e doa kommancet, evel m’euz lavaret deoc’h kent, e miz ebreul 1791, pa oa goulennet digant ar veleyen al le schismatik.

Da vouel ar Pentekost, em euz klevet gant tud koz, e teuaz ar bœlek assermantet da offerenni e Krozon. An dud fidel oa o c’hedal an offeren-bred ebarz ar vered en dro d’an iliz ; an aotrou Meilars, kure Krozon hag eun den a skiant vraz hag a galoun, a zeuaz etouez ar baysantet en eur lavaret : « An offeren vo lavaret aman bremaik, vo eun offeren sakrilaich ; katholiket fidel, heuliit ac’hanomp ; neb a gar Jesus, d’am heul ! » An oll dud presant hen heuliaz raktal beteg chapel Sant-Sebastien da eur c’hart leo euz ar vorc’h ; re vihan voa ar chapel evit ar barrossianis, kals a glevaz an offeren er meaz.

2 Gouere 1791. — D’an eil euz a viz gouere 1791, oe ordrenet en eskopti Kerne sarra an ilizou abarz pedir heur varnugent, kass ar veleyen er prizoun e Brest, ha diskulia an dud a zinac’he lakaat badeza ho bugale gant beleyen an nation.

Bete neuze ar veleyen choumet er vro a veve kalz anezo e peoc’h etouez ho zud hag ho mignonet, ha na vijent eskinet nemet el lec’h ma oa ar goassa citoyanet.

26 Eost 1792. — Mœz d’ar c’huerc’h varnugent euz a viz eost 1792, oa douget eul lezen evit ober d’ar veleyen kuitaat ho departamant abarz pemzek-de hag ar rouantelez aben eur miz, dindan poaniou kalet. Neuze oa ret d’ar veleyen mont kuit pe en em guza mad ; ha peb hini a reaz he gimiad d’he vro. Meur a veich euz bet guelet tud koz o vouela en eur gana c’hoaz kimiadou ho beleyen, gant ar sonj euz ar poaniou o doa gouzanvet. Biken na hellin disonjeal hor glac’har hag hor tristidigez pa oe klevet an aotrounet oc’h ober ho c’himiad, er zul kenta a viz guengolo, ha pa oe guelet an eil sul ne oa offiç ebet e neb lec’h.

Beteg hen ar veleyen choumet er parreziou a sakramante an dud fidel en ho zyez, hag a lavare eno an offeren ; mœz e miz guengolo ne oa mui moyen. Kals a dud vad en em lakeaz neuze en danjer da goll ho buhez hag ho madou en eur guza en ho zyez ar veleyen choumet er vro.

En amzeriou truezuz-ze e teuaz eur bœlek en eur c’harter euz ar ger a Boatie hag e chomaz eno epad an dispac’h. Pell oa ne oa ket offerennet eno koulz hag er Frans en he bez. Pa lavaraz ar bœlek-man he offeren e kuz etouez eur vanden tud fidel, goude ar gorreou oe klevet an dud paour-ze rannet ho c’halonou, o vouela forz hag o ioual : O Jesus, chomit-ta ganeomp, rak pell-zo n’oc’h ket bet diskennet en hon touez ! Pebez ran-galon hag a spont en holl vro neuze !!

Sonjit, va zud vad, en traou trist a zigouezaz neuze e kement parrez a oe e Breiz. Sellit o tont er meaz euz he brespital an den koz-ze a bemzek vloaz ha triugent, an aotrou Betaux, person Konkoret, er Morbihan, den leun a gouraich hag a skiant ; assamblez gantan he dri gure, eur bœlek all hag eun abat iaouank. He galon a zo treuzet gant ar glac’har ; fiout a ra he barrez en aotrou Guillotin, a n’em zalc’he kuzet er barrez-ze, hag a ro dezan eur mean sakr benniget gantan. Sellout a ra eur veich c’hoaz euz he iliz, poan a ra dezan kuitaat. En despet d’ar garantez vraz en devoa evintan he gure, Joseph Houssu, chomet gantan beteg ar maro, he ran galon oe ker braz ma kollaz, gant ar glac’har hag an anken, ar memor euz a bep tra.

Eur veich, em euz klevet, e teuaz soudardet da glask eur bœlek hanvet Richard e ty Thomas, e parrez Loguivy-Ploubannalek ; Thomas a c’halvaz ar mevel da gundui ar soudardet a roe tu-ma, tu-hont, taoliou fuzil pe taoliou sabren er gueliou hag er bern foen. Ne oa kavet den ; neuze ar mevel, evit ho c’honsoli euz ho foan kollet, ho digassaz da eva peb a vanne. Ar reman a guitaaz ar mevel laouen braz euz he vadelez, hag heman d’ar ger en eur redek, euruz da veza dilivret anezo, rag ar mevel-ze oa an aotrou Richard, ne oa ket bet anavezet gant ar soudardet,

Ar veleyen exilet er broiou diavez na zizonjent ket ho farreziou, skriva a reent dezo, hag aveichou e teuent enn dro e Breiz, en despet d’ar riskl oa evito. Klevet em euz aliez len eul lizer skrivet gant an aotrou Kalvez, kure Iviaz, e eskopti Sant-Briek, da Anna an Eskop, euz a vorc’h Iviaz. Al lizer-ze voa eur gentel, eur seurt katekis evit an dud fidel var ar fœçon d’en em akita euz an deveriou a relijion en amzer trubuliuz-ze. Lennet vije da zul d’an dud euz ar barrez a helle dont d’he selaou. Nag a veich eo bet lennet lizer ann aotrou Kalvez dindan eur gistinen vraz a oa e liorz Kervulguen, hag en eur brouskoat a zo e kichen. Eno, en nozveziou hanv, tud koz ar Skrivagner (an aotrou Ar Iann) a zastume an dud tro var dro ; ha pa na vije klevet ken trouz nemet kan an eostik-noz er c’hoat, e lennent d’an dud keaz-ze al lizer-man, evit ho c’hentelia hag ho c’honsoli. Nag a veich ive a zo bet offerennet dindan ar vezen vraz-ze, var eun aoter savet buhan ha buhan.

Pebez plijadur am euz-me bet em bugaleaich, eme an aotrou Durand, kure Lanmeur, pebez plijadur am euz-me bet, azeet e hars ar gistinen-ze, o klevout va zad koz o kounta an traou tremenet dindan-hi. « Aman a reaz da dad he bask kenta ; aman e oa eureujet Pipi-Vraz ; an aotrou Richard (maro vikel-vraz e Sant-Briek), an aotrou Auffret (maro person Plegien), an aotrou Toullic (maro person Plouezal) a zeue aman aliez. Mil bennoz dezo ! » Ia, mil bennoz d’ar veleyen katolik ! Pegement a zoujans, a garantez, a admiration o doa ann dud fidel evit ar veleyen-ze, guir vinistred da Jesus-Christ. Ar veleyen euz an amzer presant a zo er memez santimanchou evelto. Pegement e tleomp enori hor beleyen hag ho c’haret. A vihanik em euz hen great ; bet oun bet etouez an aotrounet beleyen abaoue va iaouankiz ; hag ho darempret en deuz imprimet doun em c’haloun eun doujans, eur respet ar vrassa evit ministred Jesus-Christ. Dezo, goude Doue, va zad ha va mam, e tlean an oll vad em euz great e va buhez. Va oll c’hoant, va oll desir oa antreal va unan er velegiach ; n’em euz ket bet ar bonheur-ze, n’em bo ket. An Aotrou Doue en deuz va eprouet euz ar fœçon trist-man ; esperans em euz e servicho d’in evit gounit ar baradoz.

Evel-ze bezet gret.



TREDE NOSVEZ HA TREGONT
————

E Breiz-Izel oa maneriou, oa tud vad e difen ar vro ;
Breman penn an daol e veler neb a vire saout ar maner.
(Barzaz-Breiz.)

An dud fidel euz an amzer-ze a ziskuezaz ive eur gouraich vraz er bersekution. Dastumet er prizoniou, na gollent eno nag ho feiz nag ho fisians en Aotrou Doue hag er Verc’hez.

Ar pez a estoun breman ar re a glev ar recit euz an traou erruet en amzer-ze eo ar gontantamant, al laouenedigez, ar peoc’h a oue etouez an dud persekuted-ze.

An dud euz an noblanç, dastumet er prizoniou ha dibourveet euz ho madou, oblijet d’en em servicha ho unan, deuet en eur stad tristoc’h evit hini al labourerien douar, a c’houzanve ho stad truezus gant kouraich, en eur gana hag en em laouennat en eur fœçon honest etrezo. E Karaez oa dastumet assamblez ar famillou Kersaozon, Sant-Luk, Rodellek du Portzik, Tredern, Gouzillon ha kals a re all ; lakeet oant er prizoun gant al laeron hag an dud fall. Bugale vihan an noblansou-ze oe lammet diganto evit o lakaat en hospital Brest. Euz krisder ar republikanet, va mignonet ker, n’em euz lavaret nemet ar virionez. Tadou ha mamou, ma livirit e karit ar revolution, n’anavezit ket he oberou fall. Ar reman en em denne ho unan a goste, gant aoun da drubuilla an dud vad-ze dre ho fresans. An dud persekutet-man oa karet gant an oll dud a dostea outo. Citoianed Keraez o doa kemeret ar resolution d’ho laza oll en eun nozvez ; mœs ar soudardet, karget da zivoal ar brizounerien, o doa kement a admiration evit ho c’houraich hag ho vertuziou, ma na fellaz ket dezo ho lezel en danjer.

Ar soudardet-man eta a ieaz da gaout tud Keraez hag a lavaraz dezo : N’omp ket soudardet avoalc’h evit difen ar brizounerien ; mœz, klevit mad, mar zit er prizoun d’ho laza, ni zeuio ni en ho tyez da laza ho priejou hag ho pugale. Dao mad oe da dud Keraez choum didrouz.

Viktoar Sant-Luk, leanez, a zestume en dro dezi ar merc’het iaouank prizouniet eno, hag e ree ganto he exercisou spirituel. Karantezuz braz oa evit an oll. An dudchentil-ze a veve etrezo evel ma oa bet ho c’hustum pa oant amezeien, o choum en ho maneriou.

Eun tammik koulskoude e kavent diœz kaout en ho zouez tud iaouank na garent ket a vraz ar feiz nag ar roue. Diskuezet oe dezo da genta eun neubeut a zisfizians, ha pa n’em gave unan euz an dud iaouank-ze ganto, a chome an dudchentil mud ha ne oa mui kaoz ebet ganto. Al leanez a reaz dezo kompren e renkent, hep dizonjeal ar brudanç, diskuez karantez d’ar breudeur faziet ; diskuez a reaz he unan ar skuer vad d’ar re all, hag he c’hundu leun a garantez kristen ha ken dudiuz a reaz kement a vad da unan euz an dud iaouank-ze en doa kals a speret, ma zeuaz d’en em gonvertissa.

An aotrou Sant-Luk hag he c’hreg oa kasset da Bariz, neubeud goude, gant ho merc’h leanez, evit beza dibennet. Deuet tost d’ar chaffault e c’houlennaz pignat da genta, hag e lavaraz d’he zad ha d’he mam : « C’hui o peuz diskuezet d’in beva, plijet gant Doue roi din ar c’hras da ziskuez deoc’h breman penaoz mervel. » Peb hini euz ar re oa er prizoun a oa galvet d’ar maro dre al lizeren kenta euz he hano. Maro Robespierre a zilivraz kals euz an dud-ze, deuet dija ho zro da veza dibennet.

An aotrou Alexandre de la Roque-Tremaria, bet medisin pe louzaouer an aotrou’n eskop Sant-Luk, hag en doa skrivet en enor d’an eskop mad-ze evit difen ar feiz hag ar veleyen vad, oe dibennet e Paris, assamblez gant he vreur, kabiten a lestr, ar 26 kerzu 1793, d’an oad a zaou vloaz ha daou-ugent ; merzeriet a oe abalamour ma touge varnezan imaich ar Galon-Sakr, rag an dud fall a ouie o doa bet ar roue hag he famill eun devotion dener d’ar Galon-Sakr.

D’ar 16 a viz here 1793, Rouanez ar Frans a bignaz d’he zro var ar chaffault. Hi oa ker kalounek ha ken deread dirag ar maro, evel ma zoa bet epad he buhez. Krizder ar Republikanet na zellaz na deuz ar renk, na deuz ar reiz.

Na deuz al lezen, na deuz guiriou ar Rouanteleziou etrezo.

Pa oa var an tron, e oa tamallet e faoz gant an dud fall ; hi a gemere eur soursi vraz euz he bugale. Dirazi vije gret skol d’ezo ho daou ; ar chagrin hag ar glac’har a goueze ken aliez var he c’halon na vire ket outi da gelen ar vugale baour-ze, kaout a ree frealzi d’en em gavout ganto. Eur galoun tener oa kaloun ar Rouanez, hi a garie ar beaurien, ar re o doa da c’houzanv er bed-man. Louis XVI, barnet evel Roue, oa bet kasset d’ar chaffault en eur c’har-aotrounet ; an intanvez barnet evel ar citoianezet-all oa kasset d’ar maro en eur c’har-labour, azezet var ar c’hoat kalet. Mari-Antoinetta oe guisket e guen evel merzerien amzeriou kenta an iliz ; he daouarn ereet a dreon he c’hein. Seder, kalounek hag a zelle sioul ha gant truez euz ar moustr braz a dud a oa en dro d’ezhi. Ar prenestou, an doriou oa sarret kloz. Eur vam kouskoude a zavaz he bugelik a bouez he divreac’h, hag ar c’hrouadurik o veza saludet ar Rouanez, a vouichaz d’he zornik hag he astennaz tram ar Brinsez. Mari-Antoinetta oe tenereet he c’haloun gant allazik ar c’hrouadurik hag an daelou a veuzaz he daoulagat. Ty-ker Paris en doa dastumet merc’het mezvez ha divezdet, bonedou-ruz var ho fen, guisket gant truillou evit insulti ar re kondaonet d’ar maro gant tribunal didruez ha disleal ar revolution. Ar merc’het-ze a c’houlenne goad ar Rouanez hag a reent dezhi hanoiou euzuz. Ar c’homerezet-ze a oant galvet lipouzezet goad ar guillotin.

Mari-Antoinetta a jomaz Rouanez er prizoun, Rouanez var kador-plouz, kolc’het kolo, ha skaon ar prizon. Chom a reaz Rouanez var ar c’har-labour he c’hasse d’ar chaffault. Sellout a ree euz ar bobl evel m’an dije lavaret : Va foaniou zo var ho zermen ; ho re-c’hui, siouaz ! a zo o komans !! Digouezet var ar blasen, e lec’h ma doa redet goad Louis XVI, pignat a reaz heb aoun ebet var ar chaflault ; sellout a reaz ouzh e falez gueichall ; pidi a reaz a greiz kaloun ; sevel a reaz he daoulagat etrezek an env, hag en or drei euz ar bourreo : Hastit-a-fo, emezhi ; hag a resevaz an taol kontel a droc’haz dezhi he fenn hag he buhez.

Habit karmez Mari-Antoinetta, lamet diganti ha diskuezet dirag ar varnerien fall, oa livet gant an dorn, eur galon-sakr oa ive merket varnezan gant ar groaz, ar gurunen-spern hag al lans ; hag en dro ar c’homzou-man : Kaloun-Sakr, ho pet truez ouzomp !

An aotrou Raguenes, bœlek iaouank, kure Landudek, kichen Kemper, oa deuet d’en em guzat e parrez Krozon e lec’h a oa ganet, hag eno a sikoure ar bobl fidel gant an aotrounet Balkon ha Meilars, hag a ziskueze kals a gouraich hag a feiz. E miz ebreul 1794, daou zen euz ar barrez-man (na ve lavaret ho hanoiou kasi morse gant tud Krozon) a zeuaz da c’houlen, digant ar mær, soudardet evit ho sikour da baka an aotrou Raguenes kavet ganto e Goandour.

Mont a rejont var eon d’ar gerik-se : kuzet oa an aotrou-ze e ty Kerinek ar merour. Ar soudardet a zeue en dro, heb beza kavet an hini a glaskent, pa dremenaz en ho c’hichen eul labourer iaouank gant he venvek var he skoaz o vont d’he labour. Cetu aze ar bælek, eme an traitour, cetu hen o tont.

Ar soudardet o doa c’hoant d’he lezel e peoc’h. Mæz an traitour a lavaraz dezo : Me zo sur heman zo eur bœlek, sellit euz he zaouarn, guennoc’h int evit daouarn al labourerien.

Pa oa klevet er vorc’h Kraon pe Krozon, e oa paket an aotrou Raguenes, e savaz eur c’hri truezuz ; goulen a reaz antreal e ty he vam evit kemer eur boutou lær. Pa dremenaz evit mont da Gastellin, var droad, etre ar jendarmet, e oa heuliet gant tud a boke d’ar plas ma oe merket roudou he dreid.

Barnet oe e Kemper gant hast. He vam oa eet dy evit konsoli he mab ; da zevez he varo hen a supliaz he vam da vont en dro da Grozon evit na zeuje ket beteg ar chaffault. Marie-Jeanne Leskivit a guitaaz-ta Kemper d’an devez terrubl-ze, ha pa oa deuet e kichen Kreac’h-mac’h e klevaz ar signal euz ar guillotin ; neuze en em daolaz var he daoulin, hag o sellout etrezek an ee a seblantaz dezi guelout ene he mab o pignat en envou ! Na lavaraz ket eur preæpos epad an hent, deuet oa an noz araok ma oa erruet e Krozon ; den na grede interroji ar vam baour-ze. Na vouelaz ket, lavarout a reaz ar pedennou euz an noz, gant eur vouez ferm, mæz pa oa o lavarout an De profundis evit Gabriel he mab ker, a reaz da anaout da oll dud an ty, dre he daelou hag he ran-galoun en doa ar merzer peur-aichuet he sakrifis.

Er miz araok, er memez blavez 1794, e oa bet barnet an aotrou Riou, person Lababan. Ar presidant, en doa gret he studi gant an aotrou Riou, a fellaz dezan e savetei. Lavarout a reaz dezan : Aotrou Riou, c’hui peuz tri-ugent bloaz, rak c’hui zo kossoc’h evidoun-me. Ar bælek a ouie ne vije ket lezet dibenna ar re o doa tri-ugent bloaz, a respountaz koulskoude hervez ar virionez : N’em euz ket c’hoaz tri-ugent bloaz, tri miz a vank din. Pa oe pignet var ar chaffault a lavaraz d’ar bobl : Tri dervez kaer em euz bet em buhez : hini va c’hommunion genta, an devez ma zoun bet beleget, hag heman eo ar c’haera pa hellan skuilla va goad evit va Doue. Dibennet oe e Kemper, merzer euz ar feiz hag euz ar virionez.

Er miz ebreul ive euz ar bloaz 1794, oa guillotinet e Lannuon an aotrounet Lajat hag Ar Gall, oajet unan euz eur bloaz ha tregont, hag egile euz pemp bloaz ha tregont. Ar veleyen-man oa degiset, hag en eur ober van da brena stoup, a ieent euz a ger da ger, euz a dy da dy, hag e kavent evel-se ar voyen da rei ho sakramanchou d’an dud fidel. Diskuliet oant abalamour d’eun eured o doa gret ; kavet oant e ty an introun Taupin e Landreger. Kondaonet d’ar maro, an daou verzer, o vont d’ar chaffault, a gane litaniou Jesus, hag ar Miserere. An Aotrou Ar Gall oe dibennet da genta ; an aotrou Frances Lajat o velout korf he gonsort leun a voad, a bignaz buhan var ar chaffault, o sonjal prezek d’ar bobl ; ne oa ket lezet d’hen ober ; pa velaz na helle prezek, a zavaz he zorn da rei he vennoz d’an assistantet.

An introun Taupin oe kasset da Landreger evit beza dibennet dress dirag he zy, lakeet oe var ar marc’h oa stag euz ar c‘har a zouge ar guillotin toum c’hoaz euz goad an daou vælek-ze. Var an hent en em gave ty Lajat, tad ar bælek ; an den koz oa kasset gant ar soudardet da sellet euz ar guillotin en doa lazet he vab ann deiz diaraok. An dud fall-ze oa ker kriz evit tud an aotrou Lajat, ma gollaz he vreur iaouank he skiant-vad var an heur, kement a chagrin a gemeraz.

Maro an introun Taupin a lakeaz kanv ha tristidigez en oll vro. Daou vælek all oa kuzet en he zy, mæz be o doa an eur-vad da dec’hout abred avoalc’h. An aotrou Lannier, superior euz ar seminer, oa unan anezo ; divezatoc’h oa prizouniet ive, ha pa varvaz Robespierre oa lezet da zont e meaz ; mez an aotrou-ze renkaz rei he c’her da zistrei pa vije galvet, ha na vankaz ket d’he ober, pa oa deuet an amzer ; mæz an eil gueich na choumaz ket pell er prizoun.

Evel an aotrou Lajat, kure Lehon, kichen Dinan, a dremene dre ar c’herriou gant eur banerat viou out he vreac’h, hag a ie kichen dor an tyez en or ioual : Cetu viou, piou an do viou ? An dud vad a ouie petra oa ar c’homzou-ze hag ar bælek mad digemeret e kuz a zeue d’ober badianchou, eureujou hag a roe ho sakramanchou d’an dud fidel, goude beza lavaret dezo an offeren.

Eun den koz euz a barrez Tregrom, hanvet Ar Roue, oa kondaonet d’ar maro evit beza kuzet beleyen en he dy. He vab, Per Ar Roue, a c’houlennaz beza dibennet e plaç he dad ; guillotinet oe an den iaouank-ma var ar blacen Plouaret. An oll a vouele var ar maro truezuz-ze. An den-man oa demezet, hag en doa eun tyad bugale vihan. Evel-se ive Mathurin Bouthier, bælek euz a eskopti Naonet, o veza klevet e oa lakeet he vreur er prizoun abalamour dezan, a zeuaz dioc’h-tu euz al lec’h ma oa kuzet, d’en em offri d’ar maro e plaç he vreur.

E miz gouere 1791, person Guiskriff, o veza bet an eur-vad da dec’hout euz a Giberon, oa deuet en dro d’he barrez. Eun devez ma lavare an offeren evit an dud lazet e Kiberon, ha ma oa kals euz he barrossianiz en dro dezan, d’ar mare ma c’horree ar c’halir, a gouezaz d’an douar lazet gant tennou fuzil ar republikanet. Daou zen hag eur vaouez oe lazet assamblez gantan.

Lod ac’hanoc’h, marteze, eme neuze Iann ar c’honter d’an dud euz a Geranna, a gavo e choman re bell da barlant euz amzer ar revolution ; ha lod all, marteze, a gavo nem euz ket lavaret avoalc’h, abalamour n’em bo ket kountet ar pez zo digouezet en ho farreziou. Evit ar reman, me lavaro dezo : Penaoz kounta ar pez na ouezan ket, ar pez n’em euz ket klevet, na guelet. D’ar re genta a respountin : Pardounit d’an dall koz da veza n’em arretet kement a amzer da gounta ar pez en deuz guelet en amzer guella euz he vuhez, hini he iaouankis,


PEDIRVET NOSVEZ HA TREGONT
————

Ar re goz, hag ar merc’hed, hag ar botret vihan,
Ar re pere n’int ket goest da vonet d’en emgann,
A lavaro en ho ziez, a barz mont da gousket,
Eur Bater hag eun Ave evit ar chouantet !
(Barzaz-Breiz.)

Paotret ar Vendee a glaskaz kemer porz Granville e Normandi ; ezom o doa euz ar porz-ze evit kaout eur plaç da receo an traou digasset dezo euz a Vro-Saoz, e pelec’h oa neuze an darn vuia euz an dud divroet. O veza bet trec’het gant ar republikanet e teujont e Breiz evit mont var ho c’hiz d’ho bro. Er c’herriou Antrain, Dol ha Foujeres, ar re c’hlaz pe ar republikanet, o doa renket bale dirazo ; mæz goude oant trec’het er Mans hag e Savenay, ha na choumaz euz ho arme nemet ar re euruz avoalc’h da veza digemeret gant ar vrassa karantez etouez ar Vretonet.

Kridi a ret martreze em euz lavaret deoc’h an traou goassa digouezet en amzer ar spount. N’em euz ket komzet deoc’h c’hoaz euz eur muntrer, n’en deuz ket kavet he vestr var an douar. Deuet oe neuze e Naonet euz a berz Robespierre, eun den iaouank, hanvet Karrier ; eman a lavare evit ober euz ar Franç eur republik, ne oa ret kaout var bep deg leo douar, nemet seiz kant den da vaga, evit ma vefje æssoc’h ar re all. Evel-se e oa ret laza an tri-c’hant den-ze a oa ree anezo var beb deg leo douar euz ar Franç, rag kounta a ree ouspenn mil den da vaga var an espaç douar-ze.

Evit dont a ben euz an dra-ze, a ree laza bemdez e Naonet hag e tro ker, eun niver spountuz a dud. Skriv a ree da Baris : En noz-man zo bet lazet eiz hag hanter kant bælek, beuzet int bet er steir al Loar ! Karrier a gave a ie ar guillotin re zoustad. Lakaat a ree kemer ar brizounerien dre vandennadou, ho staga daou ha daou, hag ho zeurel evel-se er steir. An dra-ze a hanver eureujou republikan, abalamour staget e vije aliez assamblez goazet ha merc’het evit ho beuzi. Eur veich, Karrier a lavaraz d’an Naonediz : Me ha va mignounet euz a Baris, ni a raio eur vered vraz euz ar Franç !

Etouez ar verzerien lakeet d’ar maro gant Karrier, oe pedir blac’h iaouank anvet La Meyterie. Ar gossa anezo en doa eiz vloaz varnugent, ar iaouanka seiteg vloaz. Pa velaz ar bourreo oa ret dezan dibenna merc’het iaouank ker koant, leun a vodesti hag a furnez, krena a reaz euz he oll izili ; ha goude beza diskuezet d’ar bobl ho fennou leun a voad, en em dennaz en he dy hag a varvaz daou zevez goude, gant ar remorz euz he goustianç.

Karrier oa krissoc’h evit ar bourreo, ne glanvaz ket evit ken neubeut a dra. Daou zervez goude e pignaz gant he vignouned Lambertye, Goullin ha Grand’Maison, var eur batimant karget a brizounerien evit ho c’hass d’ar veuzeudigez. Dibri a reaz eur pred dijuz e kompagnunez merc’het fall, epad ma oa taolet an dud keaz-ze ebarz ar steir. Ar re a zeue var c’horre an dour oa lazet a daoliou baz. Aliez Karrier a c’houlenne dizenor eur verc’h evit priz euz buhez he zad ; ha ma e doa ar verc’h-ze ar malheur hag ar vez da senti outan, e oant eun neubeut goude beuzet ho daou.

Troc’hi ho fen d’ar Francisien vad : ne oa ket avoalc’h evit ar republikaned kriz, ret oa kreski ho ran-galon. Tud ar re lazet a renke azeza dioc’h taol tu ha tu gant ar vourrevien. Ar falla merc’het a azeze e kichen ar merc’het honest.

Republikanet divragou, hano kaër kemeret ganto, a ie dre ar ruiou o tansal la Farandole pe la Carmagnole ; o lakaat dre nerz an dud honest d’ho heulia.

Ouspen ar veuzeudigez hag ar guillotin, ar soudardet a laze bemdez kals a dud a dennou fusil ; aveichou kant den, aveichou all kant hag hanter-kant den en eun devez. Ar goad a ruille var blacen ar Bouffay beteg ar staliou, ar chass a zebre korfou ar re lazet, taolet er vengleuziou e meaz euz a ger. Eur medicin, o veza deuet en unan euz prizoniou Naonet, a lavar e kavaz eno, tu-ma tu-hont, korfou maro etouez tud beo, kals bugaligou var poent da dremen, re all beuzet e barrazou leun a fank. Ar groagez dalc’het eno a grene pa dostee an aotrou-man diouto, o sonjeal oa ar bourreo deuet d’ho c’hlask evit ho dibenna. Ar medicin-ze a lavar c’hoaz en deuz guelet er prizoniou-ze pemp bugel o vervel an eil goude egile dindan pemp minut ho femp. Roet oa urz da zivreina al lec’h-ze, hag evel devezour ebet na oa kontant d’ober al labour-ze, e oa lakeet da spura ar prizoun daou ugent paotr euz ar Vendee en eur rei dezo an assuranç euz ho liberte. Allaz ! kalz anezo a varvaz araok aichui ho labour gant an ær fall euz al leac’h-ze, hag ar re a joumaz beo oa beuzet en despet d’ar bromessa roet dezo.

E Roazon, tud iaouank ha bugale memez a laze ar verzerien a dennou fuzil. E Brest oa lakeet er prizoun an oll offisourien euz an noblanç chomet var al listri brezel. C’huec’h den varnugent oe dibennet er memez devez e Brest.

Lazet oe eno kals tud euz an noblanç, hag etrezo introunezet avancet en oad, ha dimerellet iaouank flamm. Emili Forsanz, plac’h iaouank euz ar re goanta, euz eur famill a zo bet atao anavezet dre he vertusiou kristen hag he noblanç, e oe dibennet er ger-ze, hag ar c’hrisder euz he bourrevien en he andret a reaz kement a boan da eun den iaouank hanvet Ianon Ar Gris-Duval (breur ar bælek en doa goulennet koessai Loïz c’huezek en heur he varo), ma c’hlebiaz he vouchouer godel en he goad, hag a reaz sermant d’he venji : raktal a bartiaz evit mont da gombati etouez ar chouantet. Pa oe dibennet ann aotrou Malmanch, er memez ker a Vrest, oe lakeet he ziou verc’hik dindan ar chaffault evit ma vijent bet goloet gant goad ho zad paour. — En deveziou-ze ive oa dibennet an aotrou Jean-Marie Branellek, kure Kastel-Paol, ha ginidik euz Guikseny. Paket oe e ty intanvez Ar Guen, e Kastel, ha dibennet e Brest d’ar Iaou-Gamblid, seitek a viz ebreul 1791, oajet a seiz vloaz ha tregont. Ar Iaou-Gamblid, oh ! devez kaer evit eur bælek evit antreal er baradoz ! Eur pennadik araok he varo, e savaz eur ganaouen truezus : enni e kaveur santimanchou ar verzerien euz a gommançamant an Iliz.

Eiz den varn’ugent oa bet lakeet da genta gant an dispac’herien da c’houarn ar Finister. Ho frezidant oa Kergariou (dishenvel braz euz ar re all euz he famill). Bet oant bet ar renerien-ze euz ar re grissa a enep ar veleyen hag a enep ar barreziou a jome euz tu ar relijion. Dispac’herien ar Finister oant euz tu ar re galvet Girondins. Avoalc’h oa evito beza diskaret ar relijion. Fellout a ree dezo chom a za. C’hoant o doa bet soken d’en em zevel a enep Robespierre. M’an dije bet ar Frans en he bez kement a nerz kaloun evit difen ar Roue, evel m’an deus bet ar Finister da zifen ar re galvet Girondins, ar rouantelez a vije bet saveteet, ha na vije ket bet e Frans amzer ar Spont. Kiniget oe arc’hant evit penn an dud maleüruz-ze. Kervelegan a zifennaz he hini. Trehouart, an den kriz, a ginnigaz 10,000 liur d’an hini en dije paket Kervelegan ; heman a jomaz kuzet var ar meaz etouez ar vretoned ; rag lavarout a ree : Keit en deuz eun den eur fusil, pistolennou hag eur sabren euz he c’houriz, ne dle mont da glask kuzat nemet etouez he dud. D’an 22 a viz kerzu 1792, evel m’euz en lavaret d’eoc’h, an eiz deputeet euz ar Finister, Gomaire, Marek, Guezno, Guermeur, Kervelegan, Queinec, Bohan ha Blad a skrive da renerien ar Finister : Trouz braz zo er Gambr (la Convention) ; var dro anter kant euz an deputeet a glask lakaat ar Roue d’ar maro, etc. Renerien ar Finister a respontaz d’ho deputeet : Hon goassa enebourien a zo er Gambr : Marat, Robespierre, Danton, Chabot, Bazire, an daou Merlin hag ho lakipotret a zo tud hag a goll ar Republik. Na dlefent ket beza deputeet, n’int ket mad soken da zougen an hano a Francisien. Kassit anezho kuit, pellait anezho, arabat eo deoc’h chom en ho zouez, ne beva mesk ha mesk ganto.

Guelet a rit, va bugale, eme Ian an dall, en eur vousc’hoarzin, d’ar re he selaoue, ar republikanet en em anavez mad an eil egile. Cetu prœposiou renerien ar Finister, hag a zo guir, ha koulskoude ar re-man o doa karget kastel Brest a brizounerien, beleyen, noblans, paysantet. Hi eo o deuz kasset soudardet da voustra ar barreziou kalounek na felle ket dezo receo an touerien. Guelet hon euz diagent o doa c’hoant non pas mont larkoc’h en drouk. Kousta reaz ker dezo ; galvet oant da vont d’ar varn ; den na gemeraz ar boan d’ho difen, klask a rejont trugare, n’ho doa ket da gaout an trugare-ze e doare ebet ; an dud kriz Breard, Trehouart, Jean-Bon-Saint-Andre, henvel euz loënet gouez, euz tigret, a felle dezo skuilla goad, ha skuill a rejont anezan.

Renerien ar Finister o doa ive skuillet goad, poulzet gant district Brest ; lakaat a rejont dibenna, ar bevare a viz ebreul 1793, Jean Pedel, euz a Vipavaz ; Fanch Guiavarc’h, labourer douar. D’an nao a viz ebreul oe dibennet Fanch Barbier, mær Guitalmeze ; d’an dri var ’n ugent oe troc’het pen Jean Prigent, mær Plouzevede. Oll oant lazet evit beza difennet ar veleyen vad ha miret ho farreziou euz ar veleien touerien. An dra-ze oa labour ar Girondins. Ni velo c’hoaz oberou ar re falla hanvet Montagnards ha Jacobins.

Pa zigouezaz ar Girondins hanter-varo gant ar skuizder, an naon hag ar sec’het, e kichen Kemper, el lec’h merket dezho gant Kervelegan, Abgrall a zeuaz d’ho c’herc’het hag ho digassaz e ty Le Louedec, en Ergue-Gaberik. An devez varlec’h e tigouezont e Kemper e ty La Hubaudière da zeg heur euz an noz, Duchâtel en doa paet evit ho c’hass da Vourdel ar vag La Diligente, bag ar Skanvik, euz a Gonkerne ; ar vag-ze a erruaz e Bourdel gant nao euz an deputeet Girondins. Guadet hag an den fall Petion o doa kavet e Brest eur vag mad. Chomet vije ar Girondins er Finister el lec’h o doant kement a vignonet, penefe o doa kollet er brezel, ha klask a reent neuze mont en ho bro ; mæz eno oant dilezet hag a varvjont en eun doare kriz. Belval, an depute fall, a skrive e 1791 : (ar roue, a bretantan, a zo eun torfetour) ; Belval a dremenaz mor Brest en eur vagik evit ar pesketerez, da zont da glask Barbaroux hag ar re all ; an aotrounet La Hubaudière ha La Bremaudière a zeuaz d’ho hencha euz a Gemper beteg Lanveoc. Nikun euz ar Girondins na gollaz he vuhez er vro-man, mæs ar re o doa ho saveteet oant laket er prizoun, ha kalz anezo oant dibennet !

Gouel ar Rezoun, laket e lec’h Doue var an aoteriou, oe gret e iliz Sant-Louis e Brest d’an 10 nivose, 30 a viz du 1792.

Jean-Bon-Saint-Andre, ar protestant, a savaz er gador-brezek hag a gomzaz a enep ar veleyen katolik hag ar guir relijion ! Be oant poulzet gant an diaoul, lavaret e vije o doa kollet ho skiant-vad. Laignelot, deuet e Brest gant ar bourreo, a lavare d’ar Société populaire euz a Vrest, ar c’henta devez euz a viz fever 1793 : Ne vo morse pobl ebet libr ken a vo bet mouget an oll Roueet, etc. Komzou evel-ze zo komzou donjeruz. Ar Republikanet fall-ze, an darn vuia anezo, na ouient na len mad, na skriva brao, ne ouient ket skriva mad ar gallek, Ar c’homzou euzuz-man lavaret gant Laignelot, oe roet evit komposition d’an habila, da vugale skol eur skolaër euz a Vrest ; heman a gassas he skolaerien an devez varlec’h evit beza meulet gant an dud fall. D’an 20 pluviose, Hugues, tamaller an dud vad, a skrive da dy-ker Brest : Gourc’hemen a ran da c’halvez ar gomun, sevel da seiz heur euz ar mintin ar c’hillotin santel, evit ma jomo keit a lavarin var blacen al liberte. D’an devez ha d’an heur merket, ar guillotin a oa prest.

Dirag ar c’hillotin oa savet eun dorgen tammou koat evit ober eur Menez (La Montagne) ; ar c’hillotin santel oa evel-ze e fas ar Menez Santel. Ha ne oa ket an dud-ze kriz ha mil gueich sod, sod magn ? Div heur goude, ar municipalite a gasse al lez-varn didruez e japel ar Marine, deuet da veza Temple de la Concorde, ha var ar mogeriou oa skrivet : Justis ar bobl !!

Ar re genta barnet dre al lez-varn goadek-ze, oa an aotrou de Rougemont, officer a vor ha daou zen iaouank flamm, Charles Le Dall de Kereon ha Louis de Montécler, a varvaz e kristenien vad, leun a fizians e Doue. Ho lizirou diveza d’ho c’herent, lizirou a big ar galoun pa ho lenner, a ziskuez ho feiz hag ho relijion.

Ker Brest oa skoet gant spount hag horrol, o klevout an tri maro kriz-ze. Epad meur a zevez ne oa guelet den mui er ruiou. Na vije guelet o tremen nemet ar Republikanet goassa ha ganto soudardet ar Menez, ha merc’het fall oc’h ober stam hag o kana Ça-ira hag ar C’harmagnole.

An dra-ze ne oa netra skoaz ar pez a erruaz goude : dan 9 ventose, 27 fever 1794, ker Brest a zihune e kreiz ar Spont. An taboulin a gomans da skei da bemb heur euz ar mintin. Doriou ker zo sarret, soudardet a zo lakeet er ruiou peb hanter-kant kammet da eveziat. Da c’houerc’h heur, furcha a rer an tyez, ha kalz tud zo lakeet er prizoun. Ar 25 ventose, 14 meurs 1794, ar c’hillotin oe kasset var blasen ar C’hastel, hag eno e oa dibennet an aotrou Coz, euz a Boullaouen, d’an oad a 48 bloavez. Ar c’hristen mad en doa digemeret ar bælek-man oe kasset kuit euz ar vro ; he hano oa Nedelec. Daou vartolod breton, ar Gouy, euz a Guerand, ha Jezekel, euz a Bloumoger, oant kondaonet ar c’henta d’ar maro, an eil da veza kasset er broiou pell. An aotrounet Kerlean, an tad hag ar mab oant ive kondaonet d’an harlu ; an demezel Anne Pichot Kerdizien, leun a vadelez evit ar beaurien, oe ive dibennet e Brest. E Lesneven, an aotrounet Jean-Marie Habasque ha Guillou Peton, beleyen, oant dibennet en eun taol kont gant Ance pe Hans, bourreo Brest ; beac’h en doa da gaout lojeiz er ger-ze. Lesneviz a gemere aliez hent ar vered evit mont da bidi var beziou ar veleyen vad-ze, evel ma ree ar gristenien genta var bez ar verzerien.

An 28 germinal oa dibennet eur soudard kanonier ; an 2 floreal, eur c’hemeneur. Oll, abalamour o doa en em glemmet euz ar Republik hag o doa diskuezet keuz da veza kollet ar Roue. An 23 floreal oa dibennet an aotrou Sebastien Rolland, person Trebrivant.

Erfin, an 20 euz ar miz maë 1794 oe dibennet e Brest 26 euz renerien ar Finister. Royou-Guermeur ha Perrin na heanent da c’houlen ho maro ; Guermeur, Guezno ha Marek a glaskaz ho savetei ; hogen en aner. Difennet oant mad koulskoude gant an alvokaded An Hir ha Riou-Kersalaun. Deoc’htu ma oant kondaonet, oant goulennet gant ar bourreo. N’eller ket lavaret pegen glac’haret oa an dud e Brest. Kalonou an oll dud vad oa rannet. Daou euz ar re kondaonet oa euz a Vrest : Aymez ha Per de Bergevin. Charles Baneat, mær Keraes, a oa ive etouez an dud kez-ze kondaonet d’ar maro ; mæz eur christen mad oa bet atao, ha ne doa kemeret perz ebet e fallagriez ar re all. Ho goad skuillet heb eur varn eon, en deuz goalc’het ho goal-oberou. Lavaret a rer e oa bet skrivet dre avans ar paperiou a verke oant decedet.

Goude ar 26 renerien euz ar Finister, dibennet e Brest d’ar miz maë 1794, oe dibennet ive unan euz ar goassa dispac’herien, Thomas Raby, oajet a 23 bloaz. An aotrou Doue a leze an dispac’herien d’en em punissa an eil egile. Ar re a zeue ar grenva a ree dibenna ar re o doa kollet ganto ; mæz ar re zo bet peurvuia lakeet d’ar maro, dre vilierou, en amzer ar Revolution, eo ar veleyen hag an dud vad.

Er mare-ze euz ar revolution, Robespierre a c’hoanteaz sevel eur relijion en he giz : ordren a reaz, dre eul lezen d’an oll Francisien, anaout eun Doue eternel hag eun ene immortel.

E Brest, an iliz evit enori an Doue eternel-ze oa plaç ar bourmenaden ; eno oa savet eun aoter paper ; eur man bælek, hag en doa skuillet goad an dud vad, a zeuaz d’an aoter-ze heuliet gant merc’het diskiant, anter-visket, pe evit lavarout ar virionez, kasi en noaz !

Evel-se a ree neuze lod euz an dud goab euz an Aotrou Doue. Na zaleaz ket da ziskuez dezo e oa e guirionez an Doue oll galloudek, an Doue eternel, an Doue a viskoaz ; eur mis goude ar sotoniou-ze, Robespierre, an dibenner bras, oa dibennet d’he dro, hag assamblez gantan he gonsortet Kouthon ha Sant-Just. Poent oa dezo kaout ho fegement ! Ar re a choume mistri var ho lerc’h, skuiz da skuilla kement a voad, a roaz eun neubeut a hean d’al lazerez hag a beoc’h d’ar vro. Neuze oe dibennet ive Karrier, en doa lammet ar vuhez digant dek mil den, heb n’en doa kavet den d’er rebeich dezan, nemet daou.

Na zeui ket pelloc’h, eme Doue d’ar mor,
Skei ran ar re fall gant ar brassa rigor !

Setu aze ar pez a verke ar c’homissær Prieur de la Marne var an aoter paper savet e Brest evit gouel an Doue eternel hag e guirionez, e ber amzer, ar guir Doue a skoaz varnezo gant ar brassa rigol ; an dra-ze oa skrivet e Brest d’an 8 a viz even 1794, ha d’ar 27 a viz gouere, ar Frans oa delivret euz Robespierre. Daou seurt tud fall a zo bet oc’h ober torfejou epad ar Revolution : Chaumette, Hébert, Marat, Karrier, tud karget a zlee, dreberien arc’hant, tud kontant da skuilla ar goad, abaoue ho iaouankiz-oll. Ar re all a vije bet tud ha n’ho defe ket gret trouz braz, penefe ar Revolution. Ho c’halonou, leun a ioulou fall ha mezuz a gavaz, en amzeriou trist-ze, lec’h d’en em zizkuez, Robespierre, Pétion, Fouquier-Tinville, Simon ar c’here oe euz ar re-ze, Evel-ze en deuz skrivet an aotrou’n eskop Dupanloup. Etouez an daou seurt-ze e kaver Jean-Bon-Saint-André, protestant, Lequinio, Dubois-Crancé, Laignelot, Bréard, Prieur de la Marne, Pochole, Blad, Guezno ha Royou-Guermeur, muntrerien, a reaz malheur hon bro Breiz.

Lavaret em euz eo ar Finister, ha diabarz ar Finister, district Brest, oa bet euz ar re voassa en dispac’h pe revolution. Ar re falla euz ar Vretoned zo en em gavet e Pariz e kement dispac’h bet a enep ar Roue mad Louis XVI.

Hag e Brest, en despet da varo Robespierre, oa dibennet c’hoaz an Tad Joseph, kapusin (Youen Mevel) ha gantan diou sœurez, Le Coant ha Barbe Jago, evit beza kuzet ar bælek santel-man e Montroulez. An 13 thermidor (31 juillet), tad ar jeneral Moreau hag an demezel Jacob de Kerjegu oant dibennet, ha koulskoude, evel el lavaran deoc’h, an dra-ze oa varlec’h maro Robespierre. Ragmey, presidant lesvarn Brest, ha Palis, mez kaozeal anezan, oant bet stravillet koulskoude o klevout maro an Tyran.

D’an 18 ha d’an 19 thermidor, oe dibennet an aotrou Malescot-Kerangouez hag ive eur goal den, Belval, en doa savet ar Société populaire e Brest, mam an oll grimou er ger-ze. O justis euz barnedigez Doue !!

Ann dud fall euz a Vrest oant hardis kenan ; rag douget oa bet e Paris eul lezen evit mirout euz al lezvarn, e kement lerc’h euz ar Frans, da gondaoni mui ; ha koulskoude lesvarn Brest a gondaone atao an dud vad d’ar maro, hag a lakee ho dibenna.

Erfin, d’an 30 thermidor (17 eost 1794), oa difennet da Ragmey kondaoni ken, hag he baperiou oa seziet. Mæz Prieur de la Marne hag he vignonet na zentzent ket, hag en despet da glemmou Brestis, ispicial Olier de Bergevin ha Kastelnau, an dud fall-ze n’int ket bet kastiet. Ne oa nemet pa zigouezaz e Brest an aotrou Palasne de Champeaux, ar 27 ebreul 1795, ma oe gret prizounerien an dud fall-man : Ar Barz, Pasquier, Julian Jullien, Nouvel euz ar Faou ha re all beteg eiz var’nugent. Barnerien kriz amzer an dispac’h en em guzaz, ha na oant ket goalgasset.

An dud-ze leun a grizder hag a grimou, oa sod-tre, pa felle dezho lakaat ar vartolodet da zenti ouz ho offiserien, goude ober anezo republikanet fall ha dizentuz.

Evel-ze d’ar miz du 1792, ar vartolodet o doa gret ravolt er bours ar Patriote. Bourc’hizien Brest a zeuaz var ar vatimant da lakaat ar peoc’h da ren, ha ne oa punisset den. D’an 13 even 1793, ravolt adarre var ar Bretagne ha var an Terrible ; lakeet oa Turpin ha Bonhomme, ar re voassa euz ar vartolodet-ze er prizoun e Pontaniou. Ar gaou oa lakeet peurvuia var gein an offiserien,

D’an eiz var’nugent a viz gouere 1793, an dud a vor e Brest, n’ho doa na bleud, na dour, na keuneud, na kig-sal, na fourmaj, na legumach seac’h. Ar republikanet o doa disfizians euz an oll offiserien hag ar vartolodet oant douget d’en em zevel en ho enep. Guelout a red, va mignonet, beza en eur Republik evel-ze, neket eun dra laouen.

Erfin, d’an 22 a viz kerzu 1793, an offiserien oant lakeet er prizon ; an aotronet Duplessis-Grenedan hag an aotrou Koetnempren oant dibennet e Paris d’an 12 a viz genver 1794. An Amiralet oant torret, ha Villaret-Joyeuse laket en ho lec’h ; rag deuet e oa mignon da Jean-Bon-Saint-André. Heman en doa laket kloza e kastel Brest var dro hanter-kant offiser a vor, kasi evit netra tamallet dezo. Ar re oa lakeet en ho flas oant ken diguiziek euz ho c’harg, ma roent lerc’h da c’hoarzin d’ar vartolodet koz.

Ar Saozon o doa c’hoant da gemer an ed kasset da Vrest, hag a dostaaz beteg ar Mulgul. Ar republikanet a zeuaz gant batimanchou brezel evit ho c’hombatti. Mæz ne oa mui ofisour ebet hag a ouie he vicher, pa zeo guir e oa bet dibennet pe prizouniet ar re oa araok ; evel-ze pevar lestr braz en em zraillaz o klask dont er meaz euz ar rad. Koulskoude, ma ne oant ket mad da gundui listri, e oant ter d’ar gombat.

Pa bignaz ar protestant fall Jean-Bon-Saint-André var lestr braz ar Menez (La Montagne), koll a reaz hag ar viktor ha kalz listri. Mez var an dud fall-ze, leun a warizi ouz an dud vad, kriz ha teir gueich sod ! ar re-ze koulskoude a zo bet mistri e Frans keit amzer ! Pa zeuaz al listri hanter-bruzunet en dro e porz Brest, aoun oa e ker rag ar gernez ha pell a jomaz er stad truezuz-ze. Cetu lod euz istor ker Brest epad an dispac’h ; istor maleüruz ; peb ker euz a Frans a oe henvel outi. Ha koulskoude n’em euz ket lavaret deoc’h pen da ben ar pez en deuz gouzanvet ker Brest epad ar Revolution ; re hir vije bet al leor.



PEMPED NOSVEZ HA TREGONT
————

Ar chouantet a zo tud vad, hi zo guir gristenien,
Savet da zifen hon bro, ha derc’hel hor beleien…
Ar chouantet a zeue euz a bep korn a Vreiz,
Euz a Dreger, euz a Gerne, hag euz a Venet ivez !
(Barzaz-Breiz.)

N’hellan kel lavaret deoc’h ar joa en em skignaz dre ar vro, o klevout oa maro Robespierre. Pegement ac’hanoc’h o deuz klevet ho zud o lavarout : Pignat em bije renket var ar chaffault ma na vije ket bet lakeet Robespierre d’ar maro. Koulskoude, en despet d’ar c’hoant a helle kaout an dud choumet e pen ar republik da ober peoc’h d’ar vro, ar peoc’h na helle ket beza paduz. Mogedi a ree c’hoaz an tyez devet gant ar republikanet ; goad ar gerent lazet ganto a oa toum c’hoaz ; hag ar parkeier a zouge ive merkou euz an eost distrujet ganto. An dud gret kement a zrouk dezo, oa en em dennet er c’hoajou ; aliez e teuent alesse da spounta ar re oa bet pen-kaoz euz ho malheuriou. Ar re-ze eo zo bet galvet chouantet euz hano tri breur hanvet Chouan, gant eun neubeut tud kalounek, hag o deuz kombattet ar republik. An darn-vuia euz ar chouantet a oa tud vad, a heulie skuer paotret ar Vendee, hag a gombatte evit ho feiz, ho relijion hag ho buhez.

Evit lakaat disprija ar chouantet, ar republikanet a gassaz e Breiz tud euz ar galiou a zue ho bisaich evit na vijent ket anavezet, hag o kemerout hano eun den anavezet mad er vro, e rejont muntrou euzuz ; laza a reent tud fall ha tud vad, evel ma sonje dezo, evit kaout ho arc’hant.

Pennou ar chouantet oa da genta : Jorch Kadoudal, miliner kalounek, a gombattaz beteg ar maro, hag en deuz savet he hano ken huel ; Mercier he gonsort ; Guillemot, lezhanvet roue Bignan ; Gambier ha kals a re all, oll divar ar meaz, soudardet ar roue hag ar feiz. Ar re o doa beuzet pe dibennet an drederen euz tud ar rouantelez a ioue forz a enep ar chouantet. An aotrounet a gombatte assamblez gant ar chouantet oa guisket evelto, nemet e tougent var ho chupen eun arouden aour pe arc’hant en dro d’ho gouzoug ; pe aliessoc’h c’hoaz eur mouchouer guen en dro d’ar pen pe stag diouz ar vreac’h. Aveichou e tougent var ho zok eur gokarden ven, ar chapelet pe ar skapulær oa lakeet en dro d’ar gouzoug. Pa felle dezo beza dianavezet, na lakeent merk ebet var ho habit. Ar chouantet a zevas paperiou ar municipalite hag a ziskaraz guezen al liberte er ger a Guemene. Kalan, hanvet Salomon, oe paket gant ar re c’hlaz e kastel Kerdrean, tost d’ar Faouet ; kuzet oa var zu eur stol guele, lazet oe en hent gant ar re hen dalc’he prizouner, er mare ma o doa santet a dostee ar chouantet evit he savetei.

Ar peoc’h oa kinniget d’ar chouantet, ma lezent ho armou, hag anajent ar republik. Gounezet oa an darn-vuia anezo dre gomzou kaer. Charette, Fleuriot, Sapinaud, Kouetuz, Briak ha Trotouin, euz ar Vendee, a zeuaz da eur maner da bedir leo euz a Naonet evit ober peoc’h gant ar republik. Setu ar pez oa skrivet eno : Ar relijion vo enoret, ar veleyen vad galvet en dro. Paotret ar Vendee a zivoallo ho unan ho c’harter. Na ielo den euz ar Vendee da servich ar republik. Saet vo en dro an tyez devet gant ar republikanet, ha roet daou vilion arc’hant d’ar re o deuz kollet gant ar republikanet. Pa oe sinet ar peoc’h-ze, ha na badaz ket pell, rag ar republikanet na zalc’hont ket d’ho fromessaou, Charette hag he gonsortet a dremenaz placen vraz Naonet var varc’h, kokardennou ha plumachennou guen var ho zokou.

Darn euz ar chouantet a Vreiz a zeuaz ive e Roazon, ha sinet oa ar peoc’h er maner La Mabilais. Lois Frotte ha Kadoudal na zeujont ket e Roazon, rag gouzout a reent ober peoc’h gant repulikanet zo goaperez.

Setu eul lizer skrivet var gement-ze gant eun ofisour chouan da eur republikan : « C’hui lavar deomp distrei d’hor c’herriou ha renonç d’ar brezel. Ha kridi a ret ni zo deuet sod ? C’hui ra goab ac’hanomp. Perak goulen da genta hor fuziliou, leun eo hor parreziou euz ho soudardet ; œz vo deoc’h neuze laza neb a garfoc’h. Galvit da genta ho soudardet davedoc’h, ha neuze ni velo petra da ober. Da genta o peuz kinniget ar peoc’h d’ar chouantet ma dijent trahisset ho ofisourien. Breman a offrit ar pardon d’an oll chouantet ; mez n’euz nemet ar re zo kabluz euz eun drouk bennag o deuz ezom pardon. Ni n’euz gret nemet en em zifen a enep ar re a glaske lammout diganeomp ar vuhez ; ha ni gombatto evit kement-se beteg ar maro. Deg vloaz zo breman ni a oa gouarnet gant eur roue, evel-se a c’houlennomp beza gouarnet c’hoaz. Penaoz sonjeal ober deomp senti euz ar republik, ha neket abalamour dezi eo bet lazet hon tadou, hor mammou, breudeur, c’hoarezet, bugale, ha prizouniet ar re all. C’hui lavar e peuz roet al liberte d’ar vro. Pe seurt liberte eo oc’h hini ? ha c’hui zo liproc’h breman evit ne oac’h deg vloaz zo. Ha muioc’h a binvidigez, ha muioc’h a beoc’h oc’h euz-c’hui breman eget guech all ? ha muioc’h a joa, a gontantamant oc’h euz-c’hui ? Nan, nan, pelec’h ma eta ho liberte ? Ni zo tud christen, klevit mad, ni hon deuz eun ene da savetei, ha c’hui peuz lammet diganeomp hor beleyen ! Kemeret o peuz danvez an tuchentil hag an dud vad. Na c’houlennomp nemet guelout peb hini kaout he vir ; rentit ho madou d’an iliz, d’an duchentil. Ne rit ket, er c’hontrol, c’hui oar tenna ar vaz euz dorn an den evit skei gantan. »

Pa oa ret d’ar republikanet rei an arc’hant prometet ha renta ar madou laeret d’ho guir perc’hen, oa kavet digariou, ha ne oa gret netra euz ar pez oa bet prometet.

En amzer a barlantan deoc’h breman, e oa goal diœz kaout bara da zibri. Rag ar baysantet na felle ket dezo guerza ho ed gant aoun da gaout da beamant tammou paper galvet e gallek assignats, a serviche neuze da vouniz. Kuzat a reent ho oll draou, ha na verzent a galoun vad nemet d’ar chouantet. Ar brezel a gommanças adarre etre ar republikanet hag ar chouantet. Ar republikanet a c’hounezaz er c’hombajou a oe e Grandchamps, e Billy hag e Kamors. Koulskoude dont a ree da gaout ar chouantet tud euz parreziou Leon, euz a Vrest memez. Ar vartolodet, skuiz gant ar republik, na joument mui var ho batimanchou. Ret oa sarra an noriou e Brest evit ho derc’hel e ker. An oll dud-ze a heulie Jorch Kadoudal ar chouan braz. Evel-se oa an traou pa zeuaz Lantivy ha Leissegues gant c’huerc’h kant den euz ar Morbihan da gemerout poultr ar republikanet miret er Pont-Beuz e kichen Kastellin. Evit mont dy e renkjont tremen dre ar Faouet, Gourin, Skaer, Keraez ha Kastellin. Ugent leo a rejont ; ben kreiz-de oant e Pont-ar-Veuzen. Kampourcy ha pemzek soudard a vire ar poultr ; kaout a rejont, ouspen ar poultr a glaskent, triouerc’h mil liur arc’hant, ar pez na reaz ket a nec’h dezo. Taol a rejont er steir ar pez na hellent ket dougen gant ho c’hirri ; hag erruet oant en dro er Morbihan, pa glaske c’hoaz ar soudardet euz ar c’herriou tro-var-dro dre pe seurt hent mont var ho lerc’h.

Neuze e oa kemeret eur gorveten republikan a bevarzek kanol, oa e mor Guenet, gant Iann Hermeli, martolod kalounek, ginidik euz Lokmariaker, en doa gantan tregont den iaouank eveltan. Kass a rezont d’ar chouantet ar pez e oa ebars ar gorveten-ze.

Tinteniak ha Boisberthelot a zeuaz neuze er Morbihan da zigass ar c’helou euz a Vro-Zaoz, ha setu petra a erruaz.

26 Even 1795. — D’ar c’huerc’h var-nugent a viz even 1795, an dud exilet euz a Vreiz hag euz a Franç, a zeuaz var listri saoz er mor Karnak, e kichen Kiberon, evit dont da sikour ar chouantet. Eur iouaden a laouenedigez oe klevet var an aod pa zouaraz an dud-ze ; ar merc’het, ar vugale en em daole er mor beteg an daoulin evit kemer kentoc’h aze ar poultr hag ar fuziliou digasset dezo gant ar batimanchou saoz. Eno oa deuet an duchentil vrassa euz a Vreiz hag euz a Franç, kalz a veleyen, etouez ar re-man an aotrou Herce, eskop Dol, vikel apostolik hon Tad Santel ar Pab. C’huezek mil den en em gavaz e Kiberon, prest da gombatti evit ar feiz hag ar roue. Saet oa eun aoter var an aod ; an aotrou’n eskop a offerennaz evit repos ene ar roue iaouank Lois XVII, maro nevez oa. Goude oa kanet an Te Deum en enor d’ar roue Lois XVIII, hag evit trugarekat Doue euz an eur-vad o doa an dud-man da velout eur veich c’hoaz ho bro karet. Pegen braz laouenedigez evito ! nikun anezo n’en dije kredet neuze e oa ker tost evito pred ar maro.

An aotrou Herce a reaz digeri iliz Karnak hag ar re tro var dro, hag e oe kiniget eno sakrifiç santel an offeren.

Lois XVII, ar prins iaouank, oa bet kement goalgasset gant tud henveloc’h euz al loënet gouez eget euz tud, nemet e vijent deuet euz an Ifern, oa marvet gant ar vizer. An torfet-ze gret gant ar republikanet a enep eur bugel a zo avoalc’h evit ober mez d’ar Republik. Lois XVII en doa eun drem koant meurbet, eur speret dreist he oad, eur galon euz ar guella. En eun oad tener a ziskuezas he skiant lemm ha dudiuz ; goude beza bet o kozeal gant he vam, en em blije da ziskuez dezan len traou mad assamblez ganti, ar Rouanez a gemere he flijadur o c’hoari muzik evit he mab, hi a ree evintan toniou ha sôniou œz da gompren da eur bugelik, ha guelet vije var drem ar paotrik en doa skouarn digor d’ar muzik.

Eun abardaëz, e palez Saint-Cloud, he vam a ganaz dirazan ar werz-man :

Kousk, bugelik, sar da lagad,
Da glemmou a ran va c’halon :
Kousk, va bugel, da vam ervad
En deuz beteg re d’ober kaon.

Ar c’homzou-ze a bikaz kalonik ar c’hrouadur a jome sioulik en he gador. C’hoar ar Roue, ar brinces Elisabeth, o velout anezhan ken sioul, a lavaraz en eur c’hoarzin : Evit ar veich-man, cetu kousket va niz Lois. Ar bugel a respontaz d’he voereb : O moereb, hag a heller kousket, pa gan va Mamm-Rouanez.

Korfet brao, moan, mentet kaër, skanv da vale, he dal huel ha dizolo, diœz vije bet lavaret pe seurt sell en doa, evel sell eun œlik, gant he zaoulagad glaz gant malvennou du ; livet brao he visaich gant bleo melen, eur voden vleo a ziskenne var he ziouskoaz. Na kaera paotr oa ar prins iaouank ; na mad ha tener a oa kalon Lois XVII. Bez e oa henvel euz he vam dre he doare kaër, hag euz he dad Lois XVI dre ar vadelez. Ar re er guele, ar re a dostaë outan, ne oant ket evit en em virout d’he garet. He c’hinou na zigore nemet evit lavarout traou dudiuz. Nep er guele evit ar veich kenta, hen gave koant meurbet ; ar galon oa tenereet oc’h he glevout kaozeal. Ar vugale hag ar brinset a zo peurvuia evito ho unan, heman na oe ket evel-ze, atao o klask ober plijadur d’ar re all, silaou a ree nep a gomze gantan, seven ha deread oa evit an oll. Koulskoude prins oa, ha ne oa ket gouzanvuz, na felle ket dezan senti d’ar merc’het a c’hambr karget anezan, na zente nag evit mont da gousket, nag evit an heur da zevel euz he vele, senti a ree kerkent ma vele he vam o tont davetan.

Cetu ar bugel mad ha kaër-meurbet a roaz ar Republik d’ar c’here kriz Simon evit beza merzeriet. Abalamour oa mab d’ar Roue, abalamour ma oa e peb seurt doare eur c’hrouadur dreist ar re all ; abalamour da-ze oe merzeriet. Krouadur ker koant ma vije bet sellet outan gant joa, m’an dije tremenet dre eur ru ; krouadur hag a denne varnezan karantez ha teneredigez, oc’h he velout hebken. Piou e dije sonjet e c’helfe eun bennag kaout kassoni outan ; dirazan a dlie tevel kounar ha krizder, ha n’en dije dleet den kaout evintan nemet karantez.

Ia, abalamour ma oa koant ha mad ar c’hrouadurik seiz vloaz Lois XVII, abalamour oa mab d’ar Roue, a zeuaz Simon ar c’here da veza ar c’hrissa bourreo evintan.

Ahanta ! Kapet bihan, emezan, te zo deuet mud ? Me a zesko dit kaozeal, kana ar C’harmagnole ha ioual : Vive la République ; hag e jomez mud ! ha Simon a skoe gantan didruez. — C’hui, eme ar bugel, hellit va c’hastiza m’ar fazian ; mœz arabad eo deoc’h skei ganin, rag c’hui a zo kalz krenvoc’h evidon-me. — Me a zo mestr varnout, a responte Simon, loen fall ma zout, Kapet, hag e ran ar pez a garan ha Vive la Liberte hag an Egalite !!

Ar c’hrouadur royal a oa skuiz euz he amzer tremenet e prizon an Templ pa oe roet da verzeria da Simon ; an taoliou, ar boan gorf hag ar boan speret a lammaz digantan he yec’het, ha koll a reaz he oll nerz. Ne deo ket bet dibennet evel he dad, he vam hag he voereb, ne oa ket kasset kuit euz ar vro ; ar republikanet o deuz kavet an tu d’en em zizober anezan. Lavaret a reer e klevaz ar c’hrouadurik innosant, en eur vervel, moueziou œlet ar baradoz, o kana dezan fin he boaniou ker kalet.

Pa glevaz ar republikanet oa diskennet armee ar Francisien divroët e Kiberon, e lakejont er prizon an oll veleyen divar dro, tadou, mammou, priejou ha bugale euz ar re e oa en armee royal.

Ar jeneral Hoche a zeuaz gant eun armee vraz da gombati e Kiberon, ha goude kombajou rust, a c’hounezaz ar viktor. Tinteniak , kasset e kreis ar Morbihan da zestum tud iaouank ar vro evit an armee royal, oe lazet e kastel Koetlogon. Trec’het gant ar re c’hlaz, an armee royal en em gavaz poulzet var an aod etre ar mor euz eun tu, hag ar c’hanoliou euz eun tu all.

Ar re na hellent ket mont beteg al listri saoz oa paket pe lazet. Al listri saoz, en eur denna gant ho c’hanoliou var ar re c’hlaz, a laze ive lod euz an armee royal. Ar bagou na dosteent ket buhan avoalc’h da c’hoant pep hini ; oll e karjent beza eno, oll e klaskent pignat ebarz ; meur a vag a oe kollet, o veza re garget. An dud na hellent ket pignat en em daole var neun, hag a zalc’he mad d’ar bagou ; pelleet vijent a daoliou roenv. An dug a Levis, gouliet, en em stleje var bord an aod ; mœz na oe ket gouest da bignat er bagou ; daou Vreton hen gemeraz en ho divreac’h, hag o ioual var eur vag a oa pell, a leverjont dezo ne c’houlennent plaç nemet evit an den blesset, hag e chomjent da gombatti beteg ar maro. An aotrou Herce hag he vreur he vikel vraz a oa ive er mare-ze tost d’an aod ; eur vag ho gortoze evit ho c’hemer. Ha lezel a raimp-ni, eme an eskop d’he vreur, an dud paour-man heb sikour ho eneou : Ah ! va breur, n’ho dilezomp ket, guelloc’h deomp en em exposi d’ar maro hag ober hon dever a vælek ! Prizouniet oant eun neubeut goude gant beleyen all.

Var dro pevar mil den euz an armee royal oa paket gant an aotrou Sombreuil, den iaouank, oajet var dro a eiz vloaz var nugent, en doa dalc’het gant ar gouraich ar vrassa beteg fin ar gombat, hag en doa kinniget he vuhez evit savetei he gonsortet. Roet oa dezo ar ger na vije lazet den ebet mar ho dije taolet ho armou, ha touet oa an dra-ze dre le. Allas ! ne oa ket pell e oant kasset e kichen Santez-Anna Venet, er ger Alre, evit beza barnet ha fuzillet en despet d’ar sermant roet dezo. Ar merc’het euz a bep kondition e Alre a gemeraz eur sourci karantezuz euz ar brizonerien, ha dalc’het vo atao sonch euz ho madelez hag euz ho zrugarez, hag ive euz ar relijion hag ar galoun vraz euz ar brizonerien.

Eskop Dol, gant an aotrounet Larchantel, vikel vraz a Gemper, Kerlouri, chaloni a Landreger, Larjez, person Pleumeur-Bodou, breur an aotrou’n eskop, beleyen all c’hoaz hag an aotrou Sombreuil, oe fuzillet ar re genta var blacen Guenet ; lavaret oa da Sombreuil daoulina : Ne stouan, emezan, nemet dirag Doue, a adoran. Chom a rin em zao dirazoc’h, c’hui ne doc’h nemet tud evel-doun ! An ofisourien c’hlaz o veza refuzet kondaoni ken an dud-ze d’ar maro, hag ar soudardet o veza dinac’het ho fuzilla, e oa ret klask soudardet estranjour evit kuntinui al lazerez. Fuzillet vije bemdez etre hanter-kant ha dek ha tri-ugent. Nikun anezo na fellaz kuzat he oad evit savetei he vuhez. Eun den iaouank flamm a c’houlenne d’he yountr Kergariou, ar martolod braz, ha kuzat a helle tri miz bennag euz he oad evit savetei he vuhez. Nan, eme Kergariou, arabat eo lavarout morse geier. Kergariou a ieaz d’ar maro diarc’hen evit beza henvelloc’h aze euz ar Zalver.

Jesril, den iaouank all, oa prizouniet, kasset oa gant ar re c’hlaz d’al listri saoz evit avertissa e oa aichuet ar gombat hag evit lavarout heana an tennou euz kanoliou ar Zaozon. Deuz buhan, deuz ganeomp er batimant, hag e vezi saveteet, eme dezan he gonsortet. Prometet em euz d’ar re c’hlaz mont en dro, eme Jesril, mont a renkan, va ger a zo roet. Koulskoude an den iaouank-man a zonje mad e vije bet lakeet d’ar maro gant ar republikanet, Ar re-ma na zalc’hent ket evel-se d’ho ger na d’ho fromessaou. Re a bræz oa ganto, evel ma leverent ho unan, guelout an aotrounet-ze o vont d’ar baradoz. Lazet e oant ha mervel a reent en eur ioual : Vive le Roi !

Neubeut zo a famillou euz an noblanç e Breiz ha n’en deuz bet kar dezi lazet e Kiberon, pe fuzillet e Guenet, pe e Alre.

Goude al lazerez vraz-ze, ar chouantet a choumaz eun neubeut spountet. Kadoudal a gommanças an hini kenta d’en em ganna adarre gant ar re c’hlaz e kichen Elven. Var dro hanter miz even, ar chouantet Ar Pab, Le Gris-Duval, Guillemot ha kals a re all oa lakeet er prizoun e Sant-Briek. D’an noz euz ar c’houezek a viz even 1798, Duviket, Rohu, Jorch Kadoudal, Mercier ha Karfort a zeuaz da glask ho dilivra. Lod anezo o doa kemeret guiskamant ar re c’hlaz, ha goulen a rejont ma vije digoret dezo ar prizoun abalamour e tigassent dy eun émigré, evel-se oa galvet an dud divroet, o doa kuiteet ar Franç evit tec’hout dirag ar maro. Mæz ne oa ket digoret dezo ar prizoun.

D’ar c’houerc’h var’nugent a viz here, Mercier en doa dastumet he dud e koat Lorjes, dont a reaz en dro da Sant-Briek, gant Kerigan, Kourson ha Karfort, hag ar veich-man e oa dilivret ganto tri chant prizouner.

Er bloavez-se 1798, an Directoire, neuze gouarnamant ar Franç, a gassaz e Breiz tud fall euz a Bariz guisket evel chouantet, a rede dre an oll barreziou hag a ree kalz a dorfejou. An dud fall-man a zeue barz an tyez el lec’h ma ouient e oa tud penvidik ; kemerout a reent eun trebez pe eur billik, hag o veza toumet anezo var an tan a lakeont tud an ty da azea varnezo ken o dijent diskuliet pelec’h oa ho zenzor. An torfejou-ze oa tamallet d’ar chouantet hag e oa eun abek evit persekuti goassoc’h ar veleyen hag an dud vad.

C’hoar ha breur kaer Guillemot oe fuzillet e Radenak. An aotrounet d’Amphernet ha Lomenie Brienne oa fuzillet e Kemper. Brienne n’en doa nemet triouec’h bloaz ; rebeichet oe dezan gant ar varnerien da veza kuiteet ar vro da unek vloaz, da veza deuet en dro da drivec’h ! Cetu aze he grim ! Ne oa den neuze e Franç hag en dije ar gouraich da zifen an dud innoçant lakeet d’ar maro, ne oa nemet ar chouantet evit ho venji.

Na joume mui nemeto, rak potret ar Vendee o doa kollet gant ar republik. La Rochejacquelein oa bet lazet er mare ma lavare d’he baysantet : Pa zin araok, deuit ivez ; mar ian var va c’hiz, skoit ganin-me ; ma teuan da veza lazet, venjit ac’hanoun-me. Stofflet ha Charette, daou all euz ar re vella, oe fuzillet. Charette a oe kemeret hag an dra-ze a reaz kement a joa d’ar republikanet, ma skrive unan d’ar jeneral Hoche : « O klevout oa paket Charette, ni a zo eet er meaz ac’hanomp gant al laouenidigez. Digouezet oa ar c’helou e Paris da eiz heur euz an noz. Ar pemp director o deuz lakeet embann an dra-ze, evel ma vije bet gounezet eur viktor braz. » Pa oa goulennet digant Charette abalamour da betra en doa gret ar brezel ? Evit difen va relijion, va roue ha va bro, emezan. Pevar mil den oa renket var blacen vraz Naonet evit he fuzilla. Na fellaz ket dezan beza mouchet evit receo taol ar maro, sell a reaz sioul euz ar fuzillou troet var he vruchet ha kommandi a reaz he unan an tennaden. Koueza a reaz, skoet gant ugent boul ploum, en eur ioual : Vive le Roi ! oajet oa a 33 vloaz.

Nag a veich eo bet klevet ar iouaden-ze n’em sevel etrezek an env en amzer maleuruz-ze ! Ar Franç a golle evel-se ar re vella euz he bugale. Ar merc’het hag an dud iaouank a c’hlebie mouchouerou guen e goad ar re oe dibennet pe fuzillet, ispicial pa oe lazet beleyen, hag ho mire en ho zyez gant kals a respet evel relegou.

Kals listri oa deuet er meaz euz porz Brest evit kombatti ar Saozon, lod anezo oa brevet gant ar goal amzer. Unan euz al listri-ze, galvet e gallek : les Droits de l’Homme, en em gollaz var ar c’herreg dirak Goazien (Audierne) : pemp kant korf maro oe taolet gant ar mor var an aod. Eur martolod euz ar c’harter-ze en em daolaz tregont gueich er mor, o klask savetei an dud paour-ze, hag a zeue gantan var an aod eun den kasi be veich.

An dra-man a zigass din da sonj euz Jean-Marie Kéméner, martolod euz a Grozon ; en em daolaz er mor ouspen anterkant gueich evit savetei ar re oa var bours an Arrogante, en em gollet e kichen Toulon e 1877.

Kemener a gemeraz eur sourci braz da lakaat douari ar re varo hag a lakeaz offerennou evito. Ree en doa gret. Euz a neuze en doa kollet he yec’het. Kemener, martolod var ar Souverain, en deuz bet ar groaz a enor !

Evel m’euz kountet deoc’h diaraok, ne oa mui nemet ar chouantet da gombatti ken e Franç. Kadoudal na helle ket beza trec’het ker buhan ; hen a oa eur guir Breton, pennek, kalet d’ar boan, leun a galoun hag a skiant, stard d’he zever hag a c’houlenne dreist oll an oboissanç digant he baotret. Recevet en doa digant he grouer an nerz hag ar gallout a ra an dud estimet ; ar skiant hag ar pen ho sav huel. Jorch Kadoudal oa ar chouan braz. Pontbriand a gombatte euz tu an aochou Dinan. Pemzek mil den oa gant Jorch ha Guillemot pa zeuaz an daou-man da gombatti ar jeneral Hardy, e kichen Elven. Dubot ha Bonnaventure, euz a barrez Guiskriff, a gommande ar chouantet er c’harter-ze, La Boessiere, Keruzoret ha Kerbalannek a gommande paotret Leon. An aotrou Kerne a gommande chouantet Kerne, hogen en despet ma oa mad-tre ar c’habiten, ne oe ket kalz a chouantet er c’harter-ze. An aotrounet Du Rumin, Crezolles ha Trelon a gommande chouantet Landreger. Eun devez Kadoudal a zeuaz da gombatti gant pevar ugent chouant a enep ar jeneral Hardy ha pevar ugent glaz, ar republikanet a oa trec’het.

Erfin Kadoudal en em rezolvaz da ober ar peoc’h, rag guelout a ree n’en doa ket da herzel ouz eun armee hebken, mæz ouz oll soudardet gouarnamant ar Franç. Eur jeneral a lavaraz da Jorch : C’hui vo jeneral evel-doun, pe dibennet. Goustadig, respountaz Jorch, en eur hija he ben, na po ket anezan ker buhan. Kiniget oe da Jorch kant mil liur ha beza jeneral ; ne fellaz ket dezan, ober a reaz ar peoc’h hag a ieaz da Vro Saoz da c’hedal.

Na vije ket mad din chom heb rei deoc’h da anaout an hini zo bet enor ar Vretonet e brezel ar chouantet. An den brudet mad-ze eo Georges Cadoudal. Blenier ar chouantet en doa c’huerc’h bloaz varnugent, he soudardet a zente ountan dre garantez. Hen oa eur c’hristen c’houek ; he soudardet a dlie beza kristen ; mont a reent bemdez, jeneral ha soudardet, var ho daoulin, ho fen dizolo e kreiz an dachen evit ar pedennou euz ar mintin, euz a c’hreizdez hag euz an noz. Jorch gant he speret mad ha lemm na ree ket a faë var an noblans, hervez ma ra kalz tud ber a speret ha paour a vertuz, evel ar vourc’hizien dizoue. En arme ar chouantet oant oll kement ha kement. Ne ket evel maz eo égalité gaouierez ar republikanet. Denchentil pe kouer oa ofiser hervez ma oa gouest da ren mad ar brezel. Jorch a vire ouz he zoudardet iaouank da eureuji araok fin ar brezel, gant aoun e vijent dalc’het er ger gant ar priejou nevez, ha na vijent ket chomet da gombatti. Touzet e vije bleo an hini a vanke d’al lezen-ze ; ar vez a vire ouz an dud iaouank da zizenti, rag na felle ket dezo a gren beza touzet e mesk bleo hir ar chouantet. Ar Vreiz en he bez a garie Kadoudal, piou n’en dije roët a volontez vad ugent kueich he vuhez evit divoal buhez Jorch, souten an urz vad, skoazel ar gwir relijion. An aotrou Lomelech, kure e Ploermel, en em rentaz prizouner d’ar soudardet c’hlaz, evit rei amzer da Jorch Kadoudal da bellaat diouto. Avoalc’h en doa gret ar bælek-ze evit beza lakeet d’ar maro.

Mæz Jorch a redaz varlerc’h ar re c’hlaz (soudardet ar republik) ha dre eur mirak evel ma oa kustum ar chouantet da ober, dont a reaz a ben da denna ar bælek mad euz daouarn an dud kriz-ze kalz niverussoc’h eget soudardet Doue hag ar Roue.

Julian Kadoudal, he vreur, oe fuzillet e miz kerzu 1800 gant ar re c’hlaz e kichen Kerleano, ty karet meurbet gant ar C’hadoudalet, eno oant bet ganet. Jorch a zeuaz e Pariz, sonj teurel en traon ar c’henta konsul. D’an 9 a viz meurz 1804, Jorch Kadoudal oe gret prizouner. Kondaonet oe d’ar maro. M’an dije goulennet trugarez, en dije bet, oe lavaret dezan. Ne c’houlennin netra, emehe, An devez araog ma tlie beza lazet, oe kinniget dezan adarre eur paper da sina evit goulen he vuhez. Kent ma lennaz var ar paper : Aotrou Emperor, sklap a reaz ar paper d’an douar, rag kridi a re mad ez oa ar gwir gant ar Bourbonet ar Roueed koz, ha ne oa ket gant an Emperor. Daoulina a reaz neuze en or lavaret : « Mignonet, lavaromp ar beden euz an noz. » An devez varlec’h oa dibennet e Paris ar jeneral hag uneg euz he vignonet ; seiz euz an daouzek breton-ze a oa euz ar Morbihan.

D’ar republikanet a roaz erfin Bonapart ho fegement. An den iaouank-man oa ar c’henta euz ho arme dre he skiant vraz ; koulskoude, disprij a ree ar republikanet. Taol a reaz anezo dre ar prenestr er meaz euz ar zall e oant o terc’hel ho c’huzuliou fall enni. Ar re-ze o doa gret kement a zroug e Franç. N’em lakat a reaz en ho flas, ar pez a reaz kals a laouenedigez d’an dud honest, ker skuiz da gaout eur gouarnamant ker fall hag hini ar republik.

Neuze ar jeneral Bonapart oa kenta consul, da lavaret eo an hini kenta da gommandi ar Franç. Aichui a reaz ar brezeliou euz ar Vendee hag euz ar chouantet, en eur digeri an ilizou hag en eur c’hervel en dro ar veleyen vad.

Oh ! pebez laouenedigez evit an oll gristenien ! Ah ! piou ac’hanoc’h a hello kompren mad aoualc’h laouenedigez hon tud koz pa oe roet konje dezo da bidi Doue ha d’he servicha ! Ret vije deoc’h beza bet evelto, heb iliz da zaoulina ebarz, heb sakramanchou, heb sikour na kuzul ar veleyen vad evit kompren an eurusdet, ar joa a ravisse kalonou an dud fidel, bet ker maleuruz epad an dispac’h braz euz ar Franç, galvet e gallec : Revolution.




C’HUEC’HVET NOZVEZ ha TREGONT
————

Ha piou a gousk dindan ar bez-ze ?
Napoleon a zo dindan-hi astennet ;
Tra vezo ar bed a vezo brudet !

Napoleon oe an hano kemeret gant ar jeneral Bonapart pa oe Emperor e 1804 ; ree a foge a gemeraz en he stad huel, evel m’an dije dizonjet an Doue en doa rentet koulskoude d’ar Francisien dre ar peoc’h d’an Iliz ; ar re-man, bet ken glac’haret abaoue ma oe bet sarret an ilizou, ha gret brezel d’ar relijion en ho bro. Evel-ze Napoleon Bonapart a reaz brezel d’an oll rouanteleziou ; gounit a reaz viktoriou var kement Roue euz an Europa, a reaz mez dezo, ho goalgassaz hag a reaz kement all d’ar Rouanezet e dije dleet respeti muioc’h ; mæz n’en doa ket santimanchou an dud-chentil savet mad. Lakeet en doa en he benn rei da bep unan euz he gerent eur rouantelez. Ar roueed-ze e vijent bet dindan he challout. Ha bet e oa bet mæstr evel-ze epad eur maread amzer. He vreur Louis oe Roue an Holland ; he vreur Jerom e Westphalie ; he vreur Joseph Roue Spagn ; he vreur-kaër Murat, Roue Naples, eur jeneral dezan, Bernadott, Roue Suède. C’hoant a zavas gantan kaout ive ar ger a Rom, ha lakaat ar Pab da senti outan. Eno a vruzunaz he gurunen. Kement a rea a ieaz mad beteg an devez ma lakeaz he zorn var hon Tad Santel ar Pab dalc’het e koustians da zifen he c’hallout evel Pab hag he c’hallout evel Roue, rag hebd’ho, neket evit ren mad an Iliz.

O va mignonet, ar galon a zo rannet pa lenner en eun Istor Frans, ar brepoziou-man : En nozvez, 5 gouere 1808, ar jeneral Radet, evit senti diouz Murat, a zeuaz e kampr ar Pab hag a lavaraz dezan, euz a berz gouarnamant ar Frans, a renke dilæzel he garg a Roue : neuze vije lezet da veva e peoc’h er ger a Rom. — Goulennet em euz sklerijen ar Speret-Santel, eme hon Tad Santel Pie VII ; c’hui lazo ac’hanon kentoc’h eget na dilæzin va c’harg. — Mar deo evel-ze, a lavar ar jeneral, me ranko o kass er meaz euz a Rom. Ar Pab a zavaz kerkent euz he gador, binniga a reaz ar ger a Rom, hag en em rentaz prizouner Napoleon. Ha na lamm ket ho kalon en ho kreiz o lenn an dra-man ? Ha ne ket mezuz da soudardet ar Frans lakaat eun dorn sakrilaich var hon Tad Santel, hag hen heb den d’he zifen. Evel ma skrivan Istor ar Vreiz na joman ket pell var an traou a zell hebken euz ar Frans ; me lavaro deoc’h e ber gomzou e zalc’haz Napoleon ar Pab Pie VII e Feunteunbleau evel prizouner. An oll a grene neuze dirag an Emperor ; ar beleg breton e oa bet en em kiniget evit kovessaï Louis XVI, an aotrou Legris-Duval, en doa an hardizegez da staga ouz mogeriou iliz an Itron-Varia, Iliz-Veur Paris, al lizer skrivet e kuz gant hon Tad Santel hag a zouge an exkumunugen a enep an Emperor Napoleon neuze ker galloudek, ken enoret gant an dud, ken brudet dre he viktoriou. Mæz Doue a vele poaniou he vikel var an douar, lizer ar Pab oe ar mean bihan a daol en traon oll gallout ar Brinset impi, evel lavar ar Skritur-Sakr ; ha nebeut goude, Napoleon a hellaz niveri he gollou evel m’an doa niveret he c’honidou. En amzer-ze ar memez bælek Legris-Duval a vagaz dre aluzennou an noblans ar c’hardinalet du galvet du abalamour Napoleon en doa miret outo da zougen mui ho guiskamant skarlet-ruz, merk euz ho c’harg. Guisket oant gant eur soudanen-zu evel ar veleyen all, abalamour oant fidel d’hon Tad Santel ar Pab.

Napoleon oa eun den dreist ar re all. An armee en doa eur fisians ar vrasa ennan ; ar soudardet her c’halve ar C’haporal-Bihan. Gant eur præpoz, gant eur zell, ho lakee er meaz anezho, hag e oant henchet gantan da c’houniz var an enemiet. Mæz an orgouill her gollaz ; morse ne gave oa saved huel avoalc’h ; guelet a rit e klaske beza hueloc’h evit ar Pab ; kassaat a ree ar republikanet, tud divergont ha dizent maz int ; na garie ket an dispac’herien nag an dud a zizurz ; an dra-ze zo mad-tre ; mæs ne doa ket aoun d’ober eun torfet mar sonje e oa he interest d’en ober. Hag evel-ze, en despet da guiriou ar boblou etrezo, kass a reaz he soudardet dre guz en eur vro en tu all d’ar Frans, evit kemerout an duc d’Enghien, euz voen ar Bourbonet, hag a reaz laza a daoliou fuzil en noz du, ebarz doufeziou Vincennes, ar Prins paour-se. Ne oa netra da damall d’ar prins nemet ma oa euz a voad Bourbon.

An aotrou Lamartine, en eur werz kaër meurbet a lavar : Hag ar mor a zigasse bemdez dirag he zaoulagat korf maro eun den iaouank ; hag an toënnou venjus, en eur zont hag en eur vont, o skei var aod an enez Santez-Helena, en Afrika (e lec’h ma zeo marvet Napoleon prizouner ar Saozon), an toënnou venjuz a daole en he ziouskouarn hano Bourbon-Konde. Rag peurvuia an torfetour a gred guelet dirazan skeud an hini en euz lazet pe laket laza. Napoleon a zigassaz armee ar Frans beteg ar Russi er bloavez 1812 ; eno a gollaz anezi e kreiz an erc’h hag ar skorn.

Neket en emgan a gollaz, rag gounezet en doa viktor vraz ar Moskowa ; an amzer griz eo a reaz mervel hor soudardet, o klask dont en dro e Frans, na joment mui e renk, ar soudardet a valee tu-ma, tu-hont. Napoleon o tremen atao araog, klask erruout ar c’henta e Paris, a gavaz var he hent eur regimant o kerzet c’hoaz e renk, evel ma dlee ober ar soudardet mad. Piou ar re-man, a choulennaz gant eur vouez rok Napoleon ? — Emperor, ar re-ze zo Bretoned, oa respountet dezan ; rag kaletoc’h oa ar Vretoned enep ar ienijen eget ar soudardet all. Napoleon a zeuaz en dro e Frans ; mez neubeut a soudardet a hellaz ober eveltan. Kasi en oll parreziou euz ar Vreiz, zo bet eun intanvez ha n’en deuz bet morse paper a varo he fried. Deuet en dro e Frans, Napoleon a c’houlennaz deoc’h-tu 250.000 den evit sevel eun armee nevez. Neuze eo a reaz paotret Plouigneau ha paotret Plomeur ho c’himiad diveza c’hui a vouezo dre-ze ar pez a zonje e guirionez ar Vretonet divar ben Napoleon kenta.

Napoleon eo evit he vrezeliou ;
A lamme ar baotret dre divrec’h ho mamou ;
E ma barz ar bed all, beteg he vuzellou,
En eul len leun a c’hoad, er brassa tourmanchou.

Brevet dre ar baourentez, an oad hag ar c’hozni, na vo ket pell an den dall a aichuo he vuhez. Pedomp an aotrou Doue da ober dezan trugarez, ha d’hor bro karet ha deomp oll goude ar maro. Evel-ze bezet grœt.


TABLE DES MATIÈRES
————
1re VEILLÉE
2e VEILLÉE
3e VEILLÉE
4e VEILLÉE
5e VEILLÉE
6e VEILLÉE
7e VEILLÉE
8e VEILLÉE
9e VEILLÉE
10e VEILLÉE
11e VEILLÉE
12e VEILLÉE
13e VEILLÉE
14e VEILLÉE
15e VEILLÉE
16e VEILLÉE
17e VEILLÉE
18e VEILLÉE
19e VEILLÉE
20e VEILLÉE
21e VEILLÉE
22e VEILLÉE
23e VEILLÉE
24e VEILLÉE
25e VEILLÉE
26e VEILLÉE
27e VEILLÉE
28e VEILLÉE
29e VEILLÉE
30e VEILLÉE
31e VEILLÉE
32e VEILLÉE
33e VEILLÉE
34e VEILLEE
35e VEILLÉE
36e VEILLÉE



  1. Gant an Aotrounet La Villemarqué, Henry, Alexandre, Brizeux, Kerbiriou ha Violeau euz a Vrest, etc.
  2. An duget Rohan o deuz gret kals a enor d‘ar Vreiz. Ar famill-ze a zo an hini genta etouez ar Vretonet ; karet hag estimet eo.