Sketla Segobrani vol2/a-bezh




Sketla Segobrani


gant X3


Skeudennet gant Jam. Bouillé


————
EIL KEVRENN


Trede Levr : LUGUS


————
MOULET E TI RENE PRUD’HOMME
1924

NEVEZ-EMBANNET :


Notennou diwar-benn ar Gelted koz, pennad X, kenta, eil ha trede kevrenn : an Tiegez, an Ti, ar Boued hag an Died, geriadurig ha skeudennou.

Peurc’hraet eo dre al levrig-man an Notennou staget d’o moula e 1911. Her goulenn digand an aotrou Vallée, 23 straed Sant-Benead, Sant-Brieg... 3f »

Meven Mordiern, 'l’Enseignement du breton, le but des Sketla, e ti F. Vallée hag e bureo * Breiz Atao », 21 straed La Chalotais, Roazon... 1f50

————


WAR E VOULADUR E TI PRUD’HOMME :

E. Ernault, Vocabulaire breton-français de Le Gonidec, reizet ha kresket.

————


DARE DA VOULA :

F. Vallée, les Mots bretons classés d’après le sens.

Ar c’hembraeg dre ar brezoneg, kenteliou e brezoneg diwar-benn ar yezadur kembraek.

Sketla Segobrani, teirvet ha diweza kevrenn (pevare levr Taranis ha pempet levr Esus).

E. Ernault, Manuel pour 1’enseignement du français par le breton.

Mojennou brezonek.

————


SKETLA SEGOBRANI


gant X3


Skeudennet gant Jam. Bouillé


————
Eil Kevrenn


Trede Levr : LUGUS


SKETLA SEGOBRANI


gant X3


Skeudennet gant Jam. BOUILLÉ


————


EIL KEVRENN


Trede Levr : LUGUS



MOULET E TI RENE PRUD’HOMME, MOULER AN ESKOPTI
Sant-Brieg
1924


TREDE LEVR
————
LUGUS
————

Benniget ra vezo an den yaouank divarvel a zo o sklerijenni ar bed, ar c’hadour nerzek a laka finv er Rod [1], an doue a daol er vann, bep beure, ar Rod ! Pedet e vez gand ar vrezelourien, kent mont d’an emgann, gand ar varnerien kent diskulia o barnadenn, gand ar vicherourien kent deraoui o labour, gand an danevellourien, ar werzaouerien, an delennerien kent displega o ijin, gand ar vezeged dirak gwele ar glanvourien, gand ar veleien hag al lidlazourien-sakr en nevedou, gand an arerien o voulc’ha irvi hag ar vederien o trouc’ha ed. Holl, yaouank ha koz, bras ha bihan, war ar bre pe er gompezenn, en douar-bras pe en inizi, ez arc’hont skoazell an Aotrou e gant a anoiou, ar Mestr e gant a arzou, ar Roue e lïesrôadou.

Lugus Voretodêvos [2] a warez an danevellou a vezo skrivet war ar bugenou-man. Gantan e vo gwarezet ar skrivagner, kouls hag al lenner anezo. D’ar skrivagner e roio Lugus Smertos [3] gouiziegez, gwirionded ha helavar ; d’al lenner e roio poell, furnez ha meiz. Lugus Karros [4] a ra ged war-dro ar bugenou-ze m’eman lakaet dre skrid warno ar gelennadurez en deus bet Vindosêtlos digand an doueed. Skôet e vo gantan neb a stoko outo e zourn e sell d’o c’has da get : devi a ray ar c’hig anezan beteg an eskern hag an eskern beteg ar mel.

Skrapadenn Vindosêtlos.


D’e c’hanedigez Vindosêtlos a voe anvet Tekos [5] gand e gerent en abeg d’e gened. Gwenn evel blenchou-gwriziou edo neuze ar bleo anezan. Dre-ze e felle d’an doueed diougani e furnez. Gand ar miziou ez ejont war alaouri, ken na voent deut a liou hag a sked gant bleo e dad hag e vamm [6]. Eur bugel peur-habask ez oa-hen : biskoaz ne voe gwelet pe droug ennan pe vouzet ; biskoaz ne voe klevet o c’harmi pe o lenva, ma oa sot e vamm gantan.

Kamula a zigouezas d’ezi beza glac’haret-bras pa voe deut ar bugel d’e vloaz leun. Dianka a reas eun nozvez diouz ar c’hroc’hen-bleiz blevek m’edo kousket ennan e-tal skoaz ha dremm e vamm. Setu penaos e c’hoarvezas an taol. Da greiz-noz an doue Kênos, aet e c’houibon, a oa diskennet el logell dre doull-moged an dôenn. Edo Kintus ha Kamula morvitellet en o c’housk, ha hunet ivez ar mabig dindan eur c’hroc’hen kaz etre penn e dad ha hini e vamm. An doue e gemeras en e veg ; eul lamm-treuz a reas war-du an oaled, digeri e ziwaskell ha mont er-maez dre an hent ma ’z oa deut [7]

Hag hen treiza ar mor a-denn-askell ha diskenn en enez Abalos. Didud edo Abalos d’an amzer-ze, hep ken hentadur nemed an doueed. War an aod anezi en doa savet Moritasgos eur c’hrenvlec’h bras anvet Moridunon. Ha setu pe neuz a oa d’ar c’hrenvlec’h : eur voger-dro vras kelc’hiek gwennet gant raz[8] hag, en diabarz anezi, eun niver kloziou o terc’hel peb a di-annez gand an adtïez anezan [9]. Er c’hloz ma veve Vissurix [10] ha Velia [11] eo e voe digaset ar mabig gant Kênos. Anat-spis eo kement-se diouz ar peder gwerzenn-man diwar Gweledigez Samala :

« Vindosêtlos a zo bet savet en eur geoded illur, froudou-mor en he zro ; maget eo bet gand ar wella doueez, kelennet gand ar gouizieka doue. »

Kerkent ha stoket e dreid da zouar an enezenn en doa Kênos distaolet a-ziwar e gerc’hen e bourc’h a c’houibon hag addeuet d’e neuz reiz. E den eo, hag o terc’hei ar bugel etre e ziouvrec’h ez eas tre e-barz an ti.

Velia a sellas piz ouz ar bugel a zigased d’ezi. Kavet mat e voe ganti : dinamm ez oa a bep si, a bep mac’hagn, a bep gwan. Dellezek ez oa da astenn ar Ouenn, dellezek da greski e-unan ha da engehenta mibien. Velia a reas d’ezan tremen dre an dour ; hag ar bugel a zeuas gantan da vat an tremen-ze[12]. Neuze e tenereas kalon an doueez hag ar garantez d’ezan a enaouas enni. He dremm kaer, habask, a stokas ouz e zremmig-hen. Ma teuas d’en em veska o anal. Hag ez oa anal an daou-ze, an doueez hag ar mabig, ker klouar ha ker klouar, ker skanv ha ker skanv, ker kunv ha ker kunv. Velia a bokas d’ar bugel hag e stardas war he c’halon. Damzigeri brennidenn he zoneg a eure ha dizoloï hec’h askre d’e vronna.

Ha Kênos neuze en e raog ! Ha damc’houde Vissurix o tont en ti. Gwelout a reas ar bugelig kousket. Mat e kavas e gemerout da advab ; e venniga a eure hag e lavaras :

« Bravat skor e vo ar bugel-man d’an doueed en o stourmad ouz ar ramzed du ! »

Hag hen o kana :

Deut-mat ra vezo an ostiziad
A zo digouezet hizio,
Ar c’hrouadur
Ganet gant Kamula,
Ar mab engehentet
Gand an den hael Kintus.

Meuleudi d’ar re
O deus sevenet piz
E-kenver ar bugel-man
Holl lidou ar c’hanedigez :
Da goll ne day ket o foan,
D’ar bugel e talvezo !

Debret en deus an aval :
Ne vo digantan ger dizereat
Nag ouz den nag ouz loen[13].
Poket en deus d’ar c’hleze :
Bez’ e vezo eur c’hadour kadarn[14].
E dreid en deus stoket
Ouz brennid e dad :
Finvez mat en devezo[15].

Dibabet adalek kof e vamm
Gant Tad ar Ouenn
Da guzulier holl-boellek
D’e ziskennidi,
Da rener peur-spis-weler
D’e vibien ha d’e verc’hed,

Da gelenner holl-ouiziek
D’ar vugale anezo ;

Digaser pep nevezenti dalvoudus,
Bevaer pep boaz mat en argoll,
Nersaer peb eneberez,
Reisaer leun a skiant hag a boell,
Hoaler pep lagad dre e gened,
Pep kalon dre e vadelez,
Pep spered dre e furnez,
Peb ene dre e nerz ;

Hudour-meur a zigas en-dro an heol,
A ra d’an douar adc’hlaza,
D’an evned geiza,
D’an dour redek,
D’an ed diwana,
D’ar glao koueza[16].

Skoazeller a laka an Trec’h da drei
E tu an doueed,
Frealzer mibien ha merc’hed e Ouenn,
Yac’haer pep korf ha peb ene,
Peoc’hier ar bodadegou,
Ambrouger ar re grenv, ar re gadarn ;
 
Barnour-meur ar Bagadou sakr,
Pulluc’her ar fallakred,
Kadour dihun atao, o varc’hegez
War an harzou, tokhouarnet e benn,
Gwarezour ar maouezed hag ar buoc’hed,
Hennez e vezo an ostiziad a zeu hizio !

Deut-mat ra vezo an ostiziad
A zo digouezet en ti hizio,

Ar c’hrouadur
Ganet gant Kamula,
Ar mab engehentet
Gand an den hael Kintus !


— A zo mat, eme Velia. Hogen, hep gouzout d’e gerent eo e voe kemeret ar bugel gant Kênos neizeur. Dre laer ez eas en o zi, didrouz-kaer, hep ranna ger ouz hini, hep dihuni den. Mat e ve kemenn da Gamula eman he mab yac’h ha salo etre daouarn tud vat.

— Hag e ve ! eme an doue.

E Kintuialos, e logell ar roue, n’oa ken nemed ar vamm yaouank, beuzet en he daerou, pa zigouezas eus Abalos kannad Vissurix, da lavarout eo an hena eus e advibien, Vebrullos, mab Vebro[17]. Kamula a glevas al leuriad broen o straka dindan treid ar c’hannad, e zourn o steki d’he skoaz, e vizied o sacha war he bleo melen. Neuze, distoûet ganti he fenn, e welas en he c’hichen eur c’hrennard na anaveze ket. Heman a oa gantan en e gerc’hen eun doneg verr lïen gwenn bevennet a limestra a oa stardet en e zargreiz dre eur gouriz a liou gand an doneg. Noaz ez oa e ziouhar hag e zivrec’h ; melen-bleun-balan ez oa e vleo en e benn, gwenn-bleun-spern e groc’hen ha glas-glizin kreizig e lagad. Karadek e tiskoueze beza hag e skede e zaoulagad evel daoulagad eun naerig endra ma c’hoarze outi. Lavarout a reas n’he doa ket abeg d’en em drechala, ez oa yac’h he mab hag hen etre daouarn mat hag ez adgwelje anezan eun deiz da zont.

« Kênos eo, eme ar c’hrennard, en deus lemet da vab, ha kement-se n’en deus graet nemet war c’hourc’hemenn Bodiakos[18] a venn m’en defe ar bugel ar gelennadurez a rôer da vugale an doueed. Moarvat, mennadou-meur en deus savet an Tad war da vab, o Kamula. »

Pa zeuas en-dro d’e di, e klevas Kintus e bried yaouank o kana en diabarz. Diredek a reas davetan ha teurel he divrec’h a-dro-vriad en e gerc’hen. Pokat-dibokat d’ezan a eure hag e c’hlebia gant he daerou. Neuze e tezrevellas d’ezan petra en doa lavaret ar c’hrennard. Ha levenez a voe leiz an ti e Kintuialos en deiz-se. Bet c’houero an noz d’an daou bried yaouank, c’houek e voe d’ezo an dervez.


Penaos e reas Velia war-dro Vindosêtlos.


Diouz ar c’helennadur rôet gwechall gant Belisama da verc’hed Manos eo e voe savet ar bugel gant Velia. Keit ha ma voe re wan e zivesker evid e zougen, ne lakeas Velia dilhad ebet en e gerc’hen, ha, pa zeraouas kerzout, ne rôas d’ezan nemed eur c’hroc’hen louarnig re verr ha re striz evit ma vije e gorfig peur-c’holôet gantan[19]. N’en doe ken gwiskamant beteg an deiz ma lakeas en e dro an doneg wenn bevennet a limestra. Evit se, riou n’en doa ket, rak ma veze atao finv-difinv. En deveziou glao pe latar, pe c’hoaz er goanv p’edo an erc’h o c’holoï an douar en eur denvalaat an oabl, Velia e dostae ouz flammou-tan luc’hus an oaled. Kerkent, avat, ha ma lugerne eur bann-heol er-maez, e lakae anezan war eur c’hroc’hen arz e-kenver toull-dor an ti ; azeza a rae en e gichen ha c’hoari gantan. Ha pa veze an amzer gaer en-dro, sec’het an douar gand an aezenn ha tommet gand an heol, war an donenn end-eeun, er geot e-mesk ar bleuniou eo e lakae ar bugelig[20]. Neuze e teraoue etrezo c’hoariadennou diziwez. Diouz klevout o c’hoarzadeg e vije bet diaes lavarout pe ar vamm pe ar bugel a voure ar muia. Ha beza Velia koz-koz ! Ouspenn kant tregontvedad bloaziou he doa gwelet o tremen war c’horre ar bed. Hounnez, avat, eo dreistelez an doueed : ne gosaont nepred, nag a gorf, nag a galon, nag a spered.

Pa veze ar bugel war veza skuiz gand ar c’hoari, ez ae an doueez war c’houen he c’hein hag e rae d’ezan lammat etre he daouarn. Kaerat tra gwelout Velia en he gourvez, he dremm livrin e-kreiz he bleo alaouret diskoulm, o sevel a-us d’ezi he mabig ! Karantezusa anoiou a rae anezan, hag hen a astenne e zaouarnigou daveti. Neuze e save trumm en he c’hoazez, e starde anezan etre he divrec’h hag e rôe tro d’ar pokouïgou, d’an allazigou hep ehan. O diou galon, broudet gand ar garantez, a lamme an eil daved eben ha, pa n’oant ket evit keja en unan, o daouarn, o dremm, o diweuz eo en em unane. Ar bugel a souche e brennidenn glouar ha kunv Velia evel en eun neizig, hag a-wechou e vane kousket eno o selaou marvailhou diganti. Pokat a rae an doueez d’e valvennou klos, hag i henvel ouz deliouïgou eur rozenn, hag e floure ar pennadig bleo rodellek, moan ha skanv evel neudennouïgou aour. A-wechou ivez ar bugel, goude diskuiza, a adkroge gand ar c’hoari, ha ne baoueze nemet da ziskar ar Rod. Pa veze al lusenn-noz o teraoui sevel e gwrimenn ar c’hoad hag er prajeier, p’en em zastume ar brini er gwez en eur goagal, neuze e kemere an doueez ar bugel en eil dourn, ar c’hroc’hen arz en dourn all, hag e luske da zistrei d’ar gêr.

Penaos edo reizet bevidigez Vindosêtlos.


Ken n’en devoe tizet e dri bloaz, e vevas Vindosêtlos diwar laez Velia hepken[21]. Gwelloc’h magadur n’hallje da gavout pa dalveze da ene ar bugel kouls ha d’e gorf. Laez eur Ouenn grenv eo laez an doueezed, eur Ouenn a-viskoaz difazi, p’o deus ar rummadou anezi kerzet dalc’hmat e roudou eeun ar sklerijenn. Eun tenv marzus eo a ra diwana ha kreski en neb a vev diwarnan ar pevar ferz-mat a ra an dud peur-reiz : nerz, glanded, furnez, madelez[22].

Pa voe dizonet Vindosêtlos e voe dalc’het d’ober eus al laez e benn-vagadur. Nemet e teue al laez-se eus nao zez an teir buoc’h a anved Vinda, Rouda, hag Udra[23]. Gwella buoc’henned laez a gement a oa e buorz[24] Vissurix ha Velia ez oant-i, ha souez n’eo ket o veza anat e raent o-zeir holl dorad Glazenn ar Gof. D’ezo ez oa peb a dri zez hag a rôe bemdez peb a nao c’helorniad laez, ar pez a rae, eus an eil abardaez d’egile, eur c’helorniad ha pevar-ugent a veze lakaet holl da vezur advibien Vissurix. Bez’ ez oa e buorz Vissurix eur plac’h yaouank. Yaouerez ez oa da Velia hag, en abeg da ze, en hec’h oad tener, e veze graet anezi gant he zad hag he mamm Alalia[25]. Hogen adalek m’oa deut d’hec’h oad-dimezi, n’oa ken ano d’ezi nemet Kassia[26] dre n’helle den, gant kaer, hegarat ha strivant ma’z oa-hi, mirout d’ober stad anezi ha d’he c’harout. N’he doa ken kefridi er buorz nemet goro an teir buoc’h hag ober amann ha keuz.

Gant laez an teir buoc’h, mesket ennan mel ha bleud heiz, e rae Velia, teir gwech an deiz, evit Vindosêtlos, eur skudellad vras a yod. Gant koavon, bleud gwiniz, viou gwazi hag amann, ec’h aoze d’ezan gwestell. Gant bleud gwiniz, goell bïer ha holen e rae d’ezan kouignou hir ha re grenn. Hennez ez oa, gant beler ha, da vare ar frouez, gand avalou, mesper, kraon, kraon-kelvez, spezad ha sivi, magadur Vindosêtlos[27]. Ken na voe deut d’an oad-gour tamm kig-loen ne stokas ouz e ziweuz[28]. Na mez, na bïer nag evadur mezvus all ebet ne dremenas dre e c’henou.

Da eva e rôe Velia d’he bugel laez pe zour kerc’het ganti eus an eienenn a darz e-kreiz enez Abalos. Puilha eienenn an enezenn eo hounnez. Ac’hano e strink eur froud vras ha herrek a red war-du ar c’hornog a-dreuz prajeier, koadeier ha brugeier, ken na zeu da lammat a-ziwar an tornaod er mor. Ha beza uhel al lammdour-ze, e tiz an eoged, d’an nevez-amzer, sailha beteg naoz-krec’h ar froud, hag e savont, en eneb d’ar red anezi, beteg an eienenn. Unan ens marziou enez Abalos eo an dra-ze ! Hevelep ano a zo d’ar wazredenn ba d’an eienenn : Glana a reer eus an eil hag eben[29]. Da vammenn ar waz-se ez ae Velia bemdez da gerc’hat dour d’hec’h advab. En eul lestr aour e punse anezan ; her sila a rae dre he lïen-gouel[30] hag her rei d’ezan da eva.


C’hoariou Vindosêtlos.


Hounnez e voe ar reolenn ma voe reizet diouti buhez Vindosêtlos adal ma tremenas, etre divrec’h Kênos, treuzou Vissurix beteg an deiz ma kimiadas, hag hen deut da zen yaouank, evit distrei daved e gerent. E-pad an holl varevez-se ne wiskas na botou, na bodreou, na bragou, na toneg vilginek ha kougoulek, na tro-c’houzoug, na tog na kabell ebet. Da gement-se, moarvat, e voe dleour eus e gened ker meulet, o veza na voe netra biskoaz o voustra e izili, o huala ouz e gorf d’en em astenn kaer ha kompez. War eun dro e kave nerz an tan hag an heol, an douar hag an dour, an aer hag an amzer, hent frank da dreanti e gorf ha d’hel lakaat gwevn, kalet ha start. En e oad tener ha deut da baotr yaouank, ne sante ket yenien ar goanv. Treid-noaz e kerze er gliz-noz en eur gana. Gouronkedi a rae er mor d’an noz ha d’an darzenn-veure, o walc’hi e vleo ha skraba gant traez ha grean e gerc’hen hag e izili. Evel eur gwinver e skrimpe en uhela gwez, ha neuze, skoachet e-mesk glazvez o c’hernou, e heulie dre e sell an erered hag ar guped o nijal, ar garaned, ar c’houiboned hag an elerc’h o vont hag o tont, ar gwazi gouez o tremen hag o tistremen. Evel eur c’havrig e lamme war ar rec’hier sersa, war lein ar c’hrec’hiennou hag ec’h evezie ac’hano red ar c’houmoul, finv al loar hag ar stered[31]. Gouren a rae evel eun tarvig, war glazenn Moridunon, ouz advibien all Vissurix. A-gevret gand an ein hag ar menned-gavr, gand an ebeulien hag al leueou e taoulamme e geot ar peurvanou. En em gejet er bagadou kirvi gell a bep rumm, e kevezate outo en herrder hag e skanvder, hag, o vont dre grec’hiou ha traoniou, e rede en o serr an enezenn a-bez[32].

Kerkent ha m’oa bet barrek da gerzout, ez oa aet e dad-mager da c’hovel Moridunon. Teir zolzenn en doa lakaet er fornez, unan aour, arc’hant an eil, hag arem an drede. E vab Tritios[33] eo a gase ar vegin en-dro. Eus an dolzennad aour e reas Vissurix eur c’helc’h-c’hoari lugernus gand ar vazig anezan ; eus an dolzennad arc’hant e voe oberiet gantan eur wareg hag he daouzek saez, hag eus an dolzennad arem eur re c’hoafiou-bann gant peb a envez. Tritios a drouc’has hag a liammas ouz an envez anezo al lerenn a oa d’o banna[34]. Brigia[35], merc’h da Vissurix, a wias evid ar bugel eur vanegig a oa graet holl a vailhou arc’hant, ha hi ker gwevn hag eur vaneg c’hloan. Da warega e wiske ar bugel ar vaneg-se[36]. Bemdez-c’houlou, war ar c’hlazenn kelc’hiet a wez-tilh a oa dirak toull-dor ar c’hrenvlec’h[37], e pleustre ar bugel war deurel e gelc’hig, e zaou c’hoaf hag e zaouzek saez. Trec’h e voe, na voe ket pell , evid o embreger, d’ar vugale all. Ha koulskoude nag e dad nag e vamm n’o doa goulennet digantan klask o zrec’hi. Kement-man hepmuiken o doa lavaret d’ezan : klask mont war wellaat a-zeiz-da-zeiz, ober bemdez gwell eged en derc’hent[38]. Velia, bep beure, a aoze daouzek gwastell graet a vleud gwiniz, koavon, amann ha mel, evid an daouzek gwaregerig. Kement bugel ma talveze e zeveziad-gwaregata war hini an derc’hent en doa gwir da gaout e rann-wastell. An neb, avat, na oa aet tamm war wellaat a ranke dioueri : paotr-karr Vissurix eo a zebre ar wastell en e lec’h.

Deut da benn e gelennidigez, Vindosêtlos, pa guiteas Abalos da zistrei war an douar-bras, a oa kerkouls banner-goaf ha Gaisomaros, ken ampart gwareger ha Nodons Lamargentios. Hag evit ruilha ar c’helc’h, n’en dije ket ar Stlaper-Rod e-unan gallet ober gwell[39].

An ebeul e reun aour.


Boaza a reas Vindosêtlos, diwar e bempet bloaz, d’ober bep beure tro an enezenn gand e gelc’hig[40]. Gwech o redek, gwech all o kerzout, e rae d’ezan ruilha en e raog war an aod ha ne baoueze en e valeadenn, ne leze e c’hoariell da goueza d’an douar, ken na vije peurc’hraet gantan e drôad.

Eun deiz, diouz ar beure, edo, evel m’oa boas, o paouez kouronka er mor. Hag hen o vont da staga gand e redadenn bemdeziek, pa wel o tifluka eus ar c’hoummou eun ebeul e reun aour ha skedus evel an deiz. Tostaat d’ezan a vennas ober evid e baka ; an ebeul, avat, a lammas kuit dioutan. Ar gerseenn-man a voe diskuliet gand ar bugel d’e dad-mager.

« Hennez, eme an drouiz, eo an ebeul ganet gand Andepa diwar Belinatepos[41]. Er bed-holl n’en deus ket e bar. Hogen, n’heller ket e baka evel al lastez ebeulien all. Paket ne hell beza nemet diwar-bouez eus las-bann[42], graet eus reun e vamm, hag a vefe bannet outan d’an tarz-deiz gand eur paotr gwerc’h en noaz[43]. »

An drouiz a rôas da Vindosêtlos ar reun en doa ezomm, ha, diouz e gelenn, e plezas ar bugel diouto eul las-bann. An eil penn-devez a yeas gantan da bleustri war al lasbanna e peurvan ar c’hezeg. Antronoz hag hen war glann ar mor beureoc’h eget m’oa boas. Kouronket d’ezan, ez a da guz a-drenv eur roc’h, e las-bann en e zourn. D’an tarz-heol setu an ebeul o tont eus ar mor dirazan en eur heja e voue gwelevus[44]. Ar paotrig a daolas e las d’ezan en e gerc’hen hag e vestronias. Pignat a eure war e gein, hag hen, e gelc’hig-aour o ruilha en e raog, d’an daoulamm a-hed holl gildrôennou an aod.

A-c’haoliad war gein e ebeul eo e rae Vindosêtlos tro an enezenn a-ziwar an deiz-se. Ha ker mat, ken habask ha ker sentus ez oa ma n’en devoe biskoaz e vestr ezomm da vont d’ezan dre c’heriou garo pe dre daoliou d’e reiza. Biskoaz ne renkas ober dre ar westenn pe ar gentr[45] d’e vrouda da gerzout. Eur moustradig glin nemet-ken ouz e gostez dehou pe ouz e gostez kleiz a oa a-walc’h d’e levia war an tu ma tleje mont. Eun taolig seul a lakae tiz ennan oc’h ober d’ezan mont d’an tuz pe d’an daoulamm ; eur ger, eur sacha d’e voue gand an dourn e lakae da vont goustad pe da venel a-zav. Biskoaz, eta, ne voe lakaet gant Vindosêtlos kabestr en e benn na dibr war e gein. Biskoaz ne wiskas an ebeul an distera harnez. E gened-natur n’he devoa ket ezomm da veza kinklet.

Goude m’oa bet hen ar c’haera hag ar gwella ebeul eus ar bed, e teuas d’ar c’hrenva ha d’ar buana marc’h a gement en dije skôet e garn en douar. Vindosêtlos, gant-se, ne fizias e den all ebet ober war e dro. Adal ma voe deut da berc’henn d’ezan, e reas e venoz da sevel bemdez eun eur beureoc’h evid e brederia. Hen eo e strivelle, e varrskube, a gribe d’ezan e voue bras hag e lost hir, bep beure kent goulou-deiz. Ha, p’en deveze graet gantan e redadenn-veure, deut en-dro d’ar marchosi, hen eo adarre e dorchenne, a c’houzerie dindanan hag a bourchase e rastellad-foenn evid an noz. Lation (da lavarout eo « deiz ») ez oa bet anvet gant Vindosêtlos, en abeg d’e gaerder ha d’e lufr[46].


Ar maga-loened hag ar gounit-douar gant Vindosêtlos.


Labour a oa da Vindosêtlos estr eged ober war-dro an ebeul. Tri bagad loenedigou a oa bet fiziet ennan gand e adtad : eur bagad gwaziigou, unan ein, unan menned-gavr ; ha, pa voe deut brasoc’h ha krenvoc’h, e voe lakaet, ouspenn, en e evezerez eur bagad ebeulien, unan leueou, unan perc’hell. Ouz an holl loened-ze en doa Vindosêtlos da sellout ; hen eo o maese ha kred ez oa evid o stad-vat hag o yec’hed[47].

Vissurix a rôas ouspenn da Vindosêtlos eun dachennadig douar da zifraosta ha da c’hounit. Diouz an tu heoliek eus an enezenn edo ar park a rôas d’ezan. Lec’hid holl, da lavarout eo douar blot ha divein, ez oa an douar enni, distart d’eur bugel hel labourat. Vindosêtlos e-unan a stuzias an dachenn-ze, hep den da genober gantan. Oberia a reas e-unan ar binviou en doa ezomm, en o zouez eun ogedig hag eun alarig e souc’h arem. Eeunet e voe gant Brigia diwar-benn ober ar souc’h ha Tritios e alias war gilvizia, kunvaat ha framma al laz, ar paler hag ar yeo. Ouz e alar e stagas Vindosêtlos diou eus e zanvadezedigou. E bark a zigoras ha gwiniz a hadas ennan. C’houennat a reas an trevad, medi, dourna ha dastum an ed hep beza skoazellet gant den[48].

Kelennerien Vindosêtlos.


Setu aman anoiou kelennerien Vindosêtlos en enez Abalos. Brigia, merc’h da Vissurix, a gelennas anezan war labourat ar metalou hag ar pri ; diski a reas d’ezan ober gant rod ar bouderien-bri[49]. Ar c’hanerez, ar sonerez hag ar werzaouerez a zeskas d’ezan ouspenn. Eur varzenn a blac’h ez oa ar Brigia-ze, pa ’z oa-hi ker gouiziek, ken helavar, ker speredek, ker poellek hag he zad. Par ez oa d’ezan e pep tra.

Pevar mab Vissurix a rôas skoazell ivez da gelenn penn-advab o zad. Anezo holl paotred yaouank ker gouiziek ha ma’z oant kaer ha karadek ! Ar c’henta, a raed anezan Kintus, e gelennas war an hemolc’herez, ar pesketerez hag ar predererez ouz ar chatal bras pe vunut. An eil, anvet Alios, e gelennas war gement a sell ouz ar gounit-douar hag ar mirout-greun. An trede, Tritios, a ziskouezas d’ezan penaos labourat prenn pe ler. Ar pevare, Petuarios, a zeskas dezan ar marc’hegerez, embregerez ar goaf, ar c’hleze hag ar skoued, skiant ar brezel ha kement tro nerz pe wevnded a zo dleet d’ar gadourien o gouzout[50].


Kelennadur Velia.


Adaleg e oad tenera ez oa bet kelennet ar bugel gant Velia diwar-benn e zleadou. Desket e voe ganti da lavarout gwir atao, da veza seven ha hegarat, da ziwall d’ober goap ouz ar gozidi, ar glanvourien, ar re nammet, ar beorien, an dud dizesk, an diavêzidi, ar sklaved[51]. Kenteliet e voe, ouspenn, war an teir glanded :

« Teir glanded a dleez da virout, Tekos, emezi : ar c’hlanded-korf, ar c’hlanded-ene, ar c’hlanded-spered.

« N’eo ket unan pe unan, pe diou hepken eus an teir glanded-ze a dleez da virout, hogen an teir a-gevret, e pep mare, e pep lec’h.

« Ne droazi nag en dour, nag en tan, nag e-barz eun ti, nag ouz eun ti, nag ouz moger eur c’hrenvlec’h, nag en e gichen.

« Pa droazi, ne droï nag ouz tan, nag ouz heol, nag ouz loar, nag ouz kanevedenn, nag ouz stered, nag ouz avel[52].

« Ne laoski da fank nag en dour, nag en tan, nag e geot eur peurvan saout, nag en douar bet roget gand an alar[53] ;

« Nag ouz treid ar gwez, na war gern eur menez, na war an henchou, nag en-dro d’eun ti, nag e-harz mogeriou eur c’hrenvlec’h[54].

« Laka evez na rafes bemdez an diou emwalc’hadenn gourc’hemennet gand al Lezenn, ar genta abarz ma tarzo an heol hag an eil pa ’z ay da guz[55].

« Bep beure, goude dont eus da wele, e soubi en dour betek da ziskoaz. Gwalc'h da gerc’hen, da eneb, da bennad-bleo. Skrab gand eun dournad traez da gorf ha da izili.

« Neuze, sec’het da gorf ha kribet da vleo, gra da « Diios »[56] al lidrôad mel hag amann. Tro ouz an heol o sevel, e liviri ar geriou-man : — Ouzit e stouan, o Heol, diwallour ar bed ; en deiz-man hon diwall ; diwall ar biou er peurvan hag, o kimiadi henoz, hon lez yac’h hag evurus evel m’ac’h eus hor c’havet[57].

« Kent aoza da voued ha preda, gwalc’h da zaouarn ha skarz da ivinou[58]. N’eus nemed ar sklaved hag an diavezidi a gement a azezfe ouz pred, lous o daouarn hag o ivinou ken du hag o fenn.

« Goude dibri, e walc’hi da zaouarn ha da c’henou o rimia da zent gand eur vlenchenn goad krin[59].

« Pa vezi oc’h ergerzout ar bed, ma tigouez ganez keja gant klanvourien, diavezidi ha sklaved, en eur vont diouto, hej da vantell ha gwalc’h da c’henou ha da fri oc’h aspedi teir gwech an Heol[60]. »

Velia a wenc’hoarzas tener ouz ar paotrig. He bizied a dremenas war e voc’h kunv ha blouc’h evel eun aval, eus e skouarn d’e elgezig. Hag, en eur sevel he biz-yod, e lavaras :

« Laka doun ez spered kement-man, Tekos, evid a-benn ma vezi deut en oad-gour. Rei bod d’an uloc’h ha d’an astuz, eun hir-varo ne ra ken ! N’eus nemed ar sklaved hag an diavêzidi deut eus ar Reter[61] hag a zoug baro e pep amzer. Bemdez ez aotenni da zivoc’h ha da elgez, o virout hepken hir-vourenn ar c’hadour.

« Kouls eo ar c’hlanded ene ha spered hag ar c’hlandedkorf, o Tekos, eme Velia. Evid o mirout ez eus reolennou na dleer o zerri biken.

« Mar n’oulez ket dastum terzien, n’i ket da sevel da logell er geuniou, e-lec’h m’eman chag an dour ha ma teu da vernia ha da vreina en o strad deliou ha barrou-gwez ha korfou-maro. Mar n’oulez ket beza louzet, n’i ket da azeza e-kreiz pri. Mar n’oulez ket e ve flaer ganez, ne c’hourvezi ket war an teil.

« Tri darempred d’en em ziwall diouto dreist-holl, mar karez mirout ar c’hlanded ene ha spered : darempred Fallakr, darempred Sklav, darempred Diavêziad. Neb a sell ouz oberou an tri rummad-ze hag a ro skouarn d’o c’homzou, saotret e vezo ganto ! Hag an neb a ya en o c’hevred pe a vev en o annez, disleberet e vezo ken na zeuio, abred pe ziwezat, da veza henvel outo[62] !

« Da hentez klask, dreist pep tra, da genouennidi, ma anavezez an holl c’hourdadou anezo, ma c’houzout ez int dizaouzan ha didamall, ganet a-ziwar rummadou dizaouzan ha didamall. Kae, a-unvan ganto, da sevel, er gouelec’hiou, kêriadennou ma vo pellaet diouto pep gwall-zarempred.

« Setu aman ar reolenn a heuilli, pa ergerzi ar bed, er broiou a zo e dalc’h ar gouennou du ha milliget. Pep gwall-ober, pep gwall-c’her, pep gwall-venoz, kerkent ha gwelet, kerkent ha klevet, kerkent ha meizet, argas-i diouz da spered, evid o feurankounac’haat. Hag en em c’hlana dre sellout ouz an heol, ouz an tan, ouz eur werc’hez a ouenn Vanos, pe dre steki da zourn ouz eur vuoc’h, ouz arem, pe ouz dourn eun den kadarn hag eeun[63]. »

Evel-hen e klozas Velia he c’helennadur :

« Diwar an nêtoni eman ar yec’hed, diwar ar yec’hed an nerz, diwar an nerz ar gened. Ha ker gwir eo ze eus ene ha spered hag eus korf ! Hogen, Tekos, emezi, dalc’h koun da viken a gement-man : nerz, yec’hed ha kened korf ; nerz, yec’hed ha kened ene ; nerz, yec’hed ha kened spered, ar re-ze eo an nao fenvad ma tiver diouto pep mad all. Frouez d’an digalonegez, d’an diegi, d’an diouiziegez ne vo biken an nao fenvad, hogen frouez d’ar galonegez, d’al labour, d’ar stourm, d’ar ouiziegez. Bez krenv ; hogen, evit beza krenv, striv e sell a ze dalc’hmat. En em ziskuiz eus eul labour dre eul labour all, eus eur studi dre eur studi all, eus eun emgann dre eun emgann all. Evel-se eo e savi da ved da-unan, hag e vezo graet ac’hanout gand an danevellourien an ano a Drec’hour. »


Kelennadur Vissurix.


Pa voe deut Vindosêtlos d’e seizvet bloaz e voe staget gant Vissurix d’e gelenn. Neuze eo e lezas e groc’hen louarnig da wiska an doneg lïen gwenn bevennet a limestra. Vissurix a zeskas d’ezan an doueoniez, ar steredoniez hag an douaroniez, an hudouriez, ar spiswelouriez hag ar vezegiez, ar reiz, skiant ar vuhezegez hag an danevellouriez. Evid an danevellouriez, ne voe ket a-walc’h gantan diski d’ar bugel brud gouenn Vanos, brud ar gouennou all o pobla ar bed a zeskas d’ezan ouspenn. Eur vad-dreist a zeuas d’ar paotr yaouank eus ar c’henteliou-ze. Gwella kelennerien eo an doueed, desket ma ’z eo bet ganto douna skiant a zo eus tud ha buhez. Er feur-ze, n’oufe den en em veuli diwar eur skiant-desket par d’o hini. Adalek ganedigez ar bed eman an doueed e buhez, hag, abaoe, e welont hag e klevont pep tra, ha dalc’het e vez ganto peurzigemm en o c’houn an envor eus kement o devez gwelet pe glevet. Ez disgwel pe en em wisket e neuziou tud pe e spezou loened, dalc’hmat e vezont red-dired dre ar bed, ha n’eus tra kuzet outo. Termenet n’eo ket, eta, ar skiant-desket anezo, evel hini an dud, d’eun amzervez, d’eur c’hornad-bro, d’eur ouennad pe d’eun tïad. Skiant an doueed a zo en he dalc’h kement amzer, kement bro, kement gouennad ha tïad a ve er bed. Anat dre-ze ez eus anezo kelennerien dispar[64]. Ar re Fur eus ar C’hres, dre o frezegennou hag o skridou, a lavar eman an emanavezout diazez ar furnez evid an den. Vissurix, avat, en deus desket da Vindosêtlos e talv gwelloc’h c’hoaz an emvestronia : « Mat en em anaout, eme an drouiz ; gwell avat en em vestronia ! Neb a anavez e namm, hag hen dic’halloud d’en em zinamma ha da wellaat, da betra ez eo mat ? Da betra e talv d’ezan e holl anaoudegez anezan e-unan ? Didalvoud e van, eta, alïes an emanavezout ; an emvestronia, avat, a dalv bemdez ha da bep pred[65]. Drezan e viri lezenn Velios. Hogen el lezenn-ze eman ar vuhez ; ha reolenn ar vuhez ar gourc’hemennou anezi ! Padout, mirout, gwellaat, kroui eo beva hervez al Lezenn ; beva er-maez eus al Lezenn, avat, gwasaat, diskar, mont da goll, mervel !

« A suis (o fur), a druis (o gouiziek meurbet), penaos tizout d’an emvestronia ? eme ar paotr[66].

— Penaos e tizer d’an nerz ha d’ar skanvded-korf ? eme an drouiz, Ha n’eo ket dre boelladi bemdez e-doug miziou ha bloaveziou ? Ha, tizet an nerz hag ar skanvded-ze, penaos o mirer ? Ha n’eo ket dre zerc’hel gand an emboellad a-hed an holl vuhez ? Dre an emboellad eo e c’hounezi nerz ar mennerez, dre an emboellad eo her miri[67].

— Ha penaos pleustri war nerza ar mennerez ? » eme ar paotr. Vissurix a eilgerias : « A zo mat da ober, stag ganti ! Ac’h eus mennet da ober, her gra ! A zo bet boulc’het ganez, her c’has da benn ! Al labour-bemdez ker kalet bennak hag e ve, stourmad pep deiz-goulou, ken divrud bennak hag e vefe d’it da welout, dinec’h, dilaosk, diheug ha diglemm o c’hasi da vat, sart, laouen, en eur c’hoarzin. En em voaz da drec’hi ennout pep semplaënn, pep brouezenn, pep sebezenn, pep krogad-diegi, pep skuizder, pep hiraez, pep gourvenn, pep erez, pep kamm-drivliad da galon, pep fallaënn da ene, pep treuz-kammed da spered. Mar n’hellez ket stumma an dud diouz da c’hoant, na zeuet da wir evidout an dro-enep : n’en em lez biken da veza stummet gand an dud hag an darvoudou, nemet a-youl e plegfes da ze e sell eus ar Vad, rak n’eo ket eun dervenn start ez eo, ne vo biken eur c’halet a baotr, ne vo biken anvet den-meur, hogen merc’hodenn-goar, krouadur-pri, bugel-douar, an neb en em lez da vont from-difrom da heul an traou a-ziavaez. Na glask ket dreveza ar re-all, nag en o gwiskamant, nag en o c’herzed, nag en o emzalc’h, nag en o doare prezeg, menozia pe oberia. Na c’hoanta nag o c’heneilder, nag o meuleudi, nag o strakadou-daouarn[68]. N’o c’hemer ket da varnerien war da vuhez. E pe lec’h ha gant piou bennak e vezi, ne vern e-mesk pe zarvoudou bennak ez po da emellout, en em voaz da chom ez tu da-unan dalc’hmat, evel eun enezenn e-kreiz ar c’hoummou, evel eur menez en avel hag er c’houmoul. Gra diouz en em harpa warnout-te, ha neket war ar re-all, diouz fiziout ez nerz, ez strivou da-unan, ez ijin, ez meiz, ha neket e re da hentez[69]. Gra da lorc’h eus en em zibab da-unan-penn. Ra vo da armou, da vinviou, da zilhad labour da zaouarn. Sav da di. Aoz da voued. N’az pez mevel nemedout[70]. Na zigemer skoazell den. Na zeued ez kerz rôad digant den ! En em varreka da c’houzanv noz, arne, gouelec’h, hirnez, tommder, naon, sec’hed, skuizder[71]. Bez gourdon da embreger a bep doare risklou, ha menel en o c’hreiz difrom atao ! Dre-ze e vezi gourdrec’h d’ar Riskl[72]. Mar en em santez douget d’ar merc’hed mui eget na zere, kemer ar pleg, er bodadegou, da sellout ez yen ha digas ouz kened ar plac’hed yaouank[73]. E-touez holl verc’hed Manos n’en em ro da garout nemed unan. Ouz ar re-all sell evel ouz c’hoarezed, ma c’hellfes kaout lorc’h, — orged ebet, avat ! — gand ar gened anezo. Mar braouac’hez rag ar mor, rag ar c’hoummou o heja e c’horre, rag ar morviled oc’h euzi e islonkou, kae da-unan en eur vagig en dounvor pell diouz pep douar, ha rog an donn gant staon da gokedig, ken n’en devezo an tozelladur trec’het ennout war an aon. Mar heugez rak trevell garo ar gwastadour hag ar c’halvez, kae da vernia war glann hag en aber ar stêriou ar prenn hag ar pri ma vo savet diouto harzou ouz an dour. Mar n’ac’h eus nemet diegi ouz micher sioul ar gounideg, kae da-unan gand eur re ejened e-kreiz al lanneier ; sav eno da logell, digor an dirienn divat ha gra d’ezi teurel eost. Mar fromez rag al loened fero, kae da-unan er c’hoad da argas ha da laza ar bleiz, an arz, an ejen-meur[74]. Rag an den eo e krenez ? Kae da ober ged da-unan-penn er roudouriou, e bevennad ar c’hoadou, war gern ar meneziou. Mar doujez divrôa, kae, e-kreiz brôadou estren, d’en em ouestlaoui da vesaer[75], da vicherour[76], da soudard[77]. Rak beza breinet ganto da ziwall ez eus, avat ! N’en em lusk ket d’o c’harout, d’o meuli na d’o heulia. Na azeul ket o doueed, na gehel ket o zud-veur ; na zigemer nag o yez, nag o gwiskamant, nag o giziou[78]. Hogen, gra da vad eus kement tro-vicher, eus kement benveg, eus kement klao-brezel talvoudus a gavi e boaz ganto ».


C’hoarezed-laez Vindosêtlos.


Meur a vugel a voe savet e Moridunon a-unan gant Vindosêtlos. Ne livirin tra diwarno, dre n’eman ket a-unvan an danevellou diwar-benn an anoiou hag an niver anezo. Advibien a zo bet da Vissurix, eur maread, o veza ma voe fiziet ennan da ziorren ar pep muia eus bugale an doueed. E-touez an diskiblezed anezan, ar re vrudeta, moarvat, eo nao merc’h Belenos. Ne voe ket savet Vindosêtlos war eun dro ganto. Pell kent e c’hanedigez ez oa anezo merc’hed bras, bet peurgelennet, hag a rede ar bed. Boas ez oant da zont, bep bloaz, da dremen eur penn-devez en enezenn. Neket e Moridunon eo e tiskennent, hogen war glann ar vammenn-dour, e-kreiz an enezenn. Eus lein an oabl e tigouezent, en elerc’h gwenn-kann ha mentet-dreist. Eur wech en em gavet war ar c’haled, ez oa anezo merc’hed yaouank, bras ha kaer kenan. En eienenn ez aent da gouronka. Deut er-maez, e c’hoarient war ar c’hlazenn. Berzet ez oa bet gant Vissurix d’e advibien mont d’al lec’h ma ’z edont ha sellout outo. Ha n’oa den a gement a garje terri ar berz gant gwasa penn-devez e veze p’edo ar merc’hed en enezenn ! Hinoni a rae an amzer, eur bam ! ha skedus-holl e veze an heol en deiz-se ha, padal, gand an taera barrad e veze hejet ar mor hag ar c’hoadou. Kerkent ha ma veze merzet an nao alarc’h evel nao pik gwenn e-kreiz dounder glas an nenv, e weled koumm hag eon o sevel en diabell er mor. An avel a stage da c’houeza ; brevi ha diwrizienna ar gwez maro a rae-hi ha kas ganti d’o stlepel er mor an holl goad krin, an holl loened kabac’h pe glanv. Glanaat an enezenn a-bez a rae an avel-ze ! Deus eskell an nao alarc’h eo e teue, rak, kerkent ha plavet an evned d’an douar, e spanae warni. E-keit ha m’edo ar merc’hed o kouronka, span ha tav a veze e pep lec’h. Pa stagent, avat, da c’hoari pelenn war ar c’hlazenn, an douar, en dro-man, eo a grene dindan o zreid. Gand ar redadeg anezo e veze stronsadennet beteg er pella krec’hiou[79]. Damdost goude m’oant nijet kuit, e kroge ar glao[80] da goueza ha ne dave ken na dae an heol da guz.

Diwech e voe darbet-kaer da Vindosêtlos terri difenn Vissurix. An dro genta, n’oa c’hoaz nemet c’houec’h vloaz hag eun taol berrboellik eus e berz ne voe ken. Bet en doa, en derc’hent, digand e vamm, eun horellig alaouret, hag eur gammell en doa graet e-unan eus eur skoultr kerezenn-c’houez. Mall gantan o arnodi, e tiankas eus e spered edo an deiz ma tigoueze an elerc’h ; hag hen kuit kerkent hag an deiz en eur skei e horellig dirazan gand e gammell. Digouezout a reas evel-se e gwrimenn prad an eienenn. Edo o vanna e gammell da skei e horell a-dreuz d’ar prad pa zaougrommas ar gwez, pa soublas ar geot d’an douar tro-dro d’ezan gand ar barrad-avel. Nao evn bras a dremenas en eur drouzal euzik a-us d’e benn hag a blavas d’al leur e-tal an eienenn. Ha Vindosêtlos kerkent ha moucha e zaoulagad gand e zourn, gorren prim e horell, trei kein d’ar prad ha tec’hout dre ar c’hoad ! Eur c’hoarzadeg c’hoapaüs gand ar merc’hed yaouank a zirollas a-drenv d’ezan ; e c’hervel a rejont ; hen, avat, pell diouz o selaou, ne rede nemet buanoc’h a ze. Neuze oc’h unani bozou o daouarn, e taoljont a-flac’hadou dour war-du ennan. Ma c’hoarvezas eus ar stlapadeg-se eur pil-dour-beuz a gouezas war ar paotrig ken n’en devoe tremenet kleuz Moridunon. Neuze e tavas d’an dour-pil. Hag hen ha gwaska e vleo d’o dizoura ha mont d’an ti-kegin. Skourra a reas ouz ar peul-kreiz[81] ar c’hroc’henig louarn a oa gantan da wiskamant. Eno eo e kavas Velia anezan, ez noaz en e sav dirag an tan, oc’h astenn e bennig ouz ar flamm. Ha gand an aezenn-dour a save eus e vouead melen-aour edo latarennet-holl ar gegin.

C’houezek vloaz ez oa pa vennas, eun eil trôad, terri ar berz taolet gand e dad-mager. Heman en doa e gaset da gerc’hat dour d’an eienenn en deiz end-eeun ma tlee dont an elerc’h. A-ratoz en doa her graet, hogen ne ouie ket Vindosêtlos edo o deiz da zonet, luget m’oa bet d’ezan e spered gant Vissurix. Ar paotr yaouank a yeas en e raog, gantan eul lestr aour, ken na zigouezas war ribl an eienenn. A-greiz m’edo soublet a-zioc’h an dour, e savas trumm an avel hag e teraouas an eienenn birvi evel ar mor e kounnar. Ha setu nao evn gwenn o plava war ar riblenn. Teurel a reas an den yaouank e lestr er geot hag azeza war glann an dour, e zremm en e zaouarn. Kerkent-all e teuas an nao flac’h yaouank war e dro. Sellout outan a rejont, dilavar, o vama ouz e vent kaer, ouz kempouez reiz e holl izili, ouz e gerc’hen gwenn ha nerzek, ouz sked e bennad bleo rodellaouek. Komz a rejont outan ha goulenn ma tennje e zaouarn da ziskouez d’ezo e zremm. Sklintin ha flour edo o mouez, ha koant ha seven o frezeg. Dic’hallus ez oa enebi : eun taol dreist da nerz mab-den ! Enebi, koulskoude, a reas Vindosêtlos. Netra ne voe espernet gand ar merc’hed d’ober d’ezan plega[82], aner e voe d’ezo ! Ruz-tan edo aet Vindosêtlos gant fromet ez oa. Derc’hel start a eure, avat. Neuze, an hena eus an nao, Uxelia, a lavaras, fae enni :

« Eur paotr en dije a-vreman tennet e zaouarn da sellout ouzimp. Eur plac’h n’eo ken hon eus paket aze, va c’hoarezed. » Hag holl o tirolla da c’hoarzin goap ha d’ober al lu gand ar paotr yaouank. Heman a voe gwall-anwazet. Pa weljont n’hellent, na dre het na dre heg, tenna tra digantan, e paouezjont war o hegaserez. Leunia d’ezan e bicher a rejont ha mont unan d’e ambroug da wrimenn ar c’hoad.

Vindosêtlos a gerzas betek Moridunon, skanv e bicheradig en e zourn krenv, pounner, avat, e galon ha morennet-holl e ene a c’hlac’har. Tenn d’ezan distaga e dreid diouz an douar ! O tigouezout e welas Velia en he sav ouz dor an ti-forn. Distrei diwar e hent a reas da dremen dre he c’hichen. E benn a lakeas en he brennid[83], ha Velia, o tivoucha a-ziwar e dal gant he dourn e rodelladou bleo-melen, a bokas d’ezan tener. Steuziet neuze e vorennad enkrez, sardik-holl ez eas an den yaouank daved e dad-mager.

Merdeadenn Vindosêtlos[84].


Eur beurevez, war-dro kreiz an hanv, edo Vindosêtlos dirag an ti-kegin o tigroc’henni eur maout da bred e dad hag e vamm. Ha Vissurix dont war e dro ha lavarout :

« En ouf-mor eus an aod-kornog a reer anezan « Ec’hoazlec’h ar Reuniged » ez eus, war ar sec’h, eur vag diwern ha diouel, hag enni eur roenv hepken. Mont a ri ganti en dounvor oc’h ober hent ez-eeun razout war-du ar c’hornog, e roud an heol, ken na zigouezi gand eun douar-bras meneziek, koadek, gouez, bevennet diouz tu ar mor gant tornaodou maen du, uhel, serz, heb ouf, na traez, na nep doare porz ouz o zreid. E-kreiz an tornaodou-ze eo e tigor aber stêr Dumnissa[85]. Er stêr ez i da guz-heol hag e vageï a-eneb d’ar red beteg ar penn anezi. »

Vindosêtlos a dreuzas an enezenn. En ouf an aod-kornog anvet « Ec’hoazlec’h ar Reuniged » e kavas ar vag. He mora a reas, lammout e-barz ha pellaat affo o paolleviat a-dreuz d’ar mor glas ha kompez evel eul lenn. Ha steuzia Abalos a-ziwar wel, ken, etro an abardaez, edo e-unanik gand an heol e-kreiz ar mor bras-divent !


Enezenn al Lenverezed.


Neuze e welas eun enezenn bihanik a-walc’h, kompez ha digoad, na save en he c’hreiz nemed eun ti hepken, kelc’hiek e voger. Tôenn grennbikernek an ti-ze n’eo ket soul a oa anezi, hogen plunv-evned a bep liou. Eur c’harz a beuliou kilviziet-mat ha kunvaet, keitet ha livet e melen, ruz, gwenn ha gwer a beb eil, a rae tro an ti. Evel m’edo o heda glann an enezenn, e welas Vindosêtlos eun ambrougadenn-ganv o tont er-maez eus an ti. En he fenn eur c’harr war beder rod stlejet gant daou varc’h gwenn. Eun den penn-tarvoal[86] gwisket e du[87] a gerze e-tal ar c’hezeg, eur garzou gantan en e zourn. War ar c’harr, dic’horziaouet, korf sounnet-maro eun den yaouank kaer e vleo rodellek[88]. Peur-henvel ez oa ouz Vindosêtlos, ma kavas da heman ez oa hen e-unan a oa eno en e c’hourvez war ar c’harr. Daouzek plac’h yaouank, dispak o bleo war o diouskoaz, a gerze war-lerc’h ar c’harr ; hag e ouelent, e lenvent, e skôent o daouarn an eil ouz egile gant kement a nerz ma ’z oa burzud na vrevent mellou o bizied[89]. Ouz o gwelout ez pije lavaret edo o c’halon war-nes ranna, o buhez war dec’hout diouto, edont o vont da goueza war an hent.

An ambroug-kanv a ziraezas an aod m’edo eur vag moret en e gichen. Mont a reas ar c’harr er mor beteg an ahellou-rod anezan, ha setu hen a-stok tu-ha-tu gand ar vag. An daouzek plac’h, kaer o devoe kregi e skinou ar rodou hag en em deurel e penn ar c’hezeg, a voe aner d’ezo striva da zerc’hel ar c’harr war an aod. Paotr e zilhad du a reas d’ar c’horf rikla eus ar c’harr e-barz ar vag, daoust da zaerou ha da merc’hed a glaske stourm ha herzel ar c’horf da vont-tre. Goude-ze, ec’h enaouas an den du eun eteo, ha lakaat an tan er vag, ha bouta houman gand e skoaz daved an dounvor[90]. Gand an herr a oa bet lakaet enni e pellaas ar vag diouz an aod, goustad da genta, buanoc’h da c’houde. Eeun-tenn ez ae war-du ar c’huz-heol ha d’he heul ez eas Vindosêtlos en e vagig. P’edo o vont war-raok, e welas-hen an den du o tizoura ar c’harr hag ouz hen deren en-dro d’ar gêr. Kerzout a rae e-tal e loened hep sellout en a-drenv. O-unan e vanas ar merc’hed yaouank war an teven. Hag e lenvent, e tifronkent, eun druez ! O diouvrec’h a astennent etrezeg ar paotr maro o vont diouto war e vag entanet, hag e c’harment : « Tekos ! Tekos ! » Evel-se ez anavezas Vindosêtlos ez oa ar paotr yaouank hevelep ano gantan...

War devel ez eas garmadeg ar merc’hed, hag e steuzias an enezenn en dremwel. Trôet gantan e benn en a-raok, e welas Vindosêtlos e tec’he buanoc’h-buana bag an hini maro. Pell-pell araozan edo breman, kelc’hiet-holl a flammou, ha war-nezik en em unani gand an heol, a oa aet traon ar gantenn anezan stok ouz ar mor. Lagad an Deiz[91] o vervel a denne davetan an den maro. A-vec’h ma c’helle Vindosêtlos diforc’ha an eil diouz egile.

Ar vag en em gollas e kannder al Lagad. Ha setu Vindosêtlos adarre e-unan-penn war ar mor divent, Edo e genveajour, n’en doa bet nemetan a-hed an devez-se, war vont da gimiadi. Hag etre hiraez an deiz o vont hag enkrez an noz o tont, e-kreiz ar c’heinvor digenvez, e klevas Vindosêtlos eur vras a anken o voustra e galon, rak seul roenvadenn a rae, e pellae diouz an dud a gare, hag an arvest edo o paouez gwelout a oa gantan evel eun diougan a varo.


Mesaer-chatal Liros.


Beuzet edo an hanter eus ar Rod er bed izela pa zigouezas Vindosêtlos en eur rannvor a oa golôet, keit ha m’helle ar sell en em astenn, gant loened-chatal Liros[92]. Eun euz ez oa ar chatal-ze da welout. Pesked a oa eno hag i kement ha krec’hiennou. Darn a oa du-peg o liou, re-all briz-marellet, re-all gwenn-erc’h[93]. Kirvi-meur ha tirvi-gouez eus ar vrasa ment o dije gallet bale en o ec’hon war ar c’hein anezo : brasoc’h eget mouilc’hi war gein eun ejen ne vijent ket da welout. Flistradennou dour-gliz a zeue er-maez eus o fronellou en eur skiltra bouzarus. Hiniennou a oa ganto e beg o fri eur c’horn olifant keit ha ker sounn ha krenva goaf eur brezelour. An dour a skôent gand o lostou hag o angellou ledan-iskis. C’hoari a raent etrezo o vont an eil war-lerc’h egile buanoc’h eged ar marc’h buana. Emaez an dour e lamment hag ec’h adkouezent ennan gand eun trouz-kurun. Kaset-digaset dre o meskadeg e hanvale ar mor beza keflusket gand eur gwall-varrad-amzer.

Re ziwezat ez oa anezi evit ma raje Vindosêtlos an dro d’ar bagad miled-ze a gaee outan eus an eil penn-dremmwel d’egile. Ha beza strafilhet an dour, e skôas, eta, etrezeg enno, hag e tizas tremen dre o c’hreiz hep goueledi. En tu-hont e welas ar mesaer Barrivindos[94]. Eur c’hoziad mentet-marzus ez oa-hen. Daou ilinad da vad ez oa an dremm anezan eus an eil skouarn d’eben, ha tri ilinad eus e elgez d’e dal[95]. Ha kevatal diouz ment e zremm ar peb-all eus an den ! E glopen, tarvoal, a oa gwenn ha lufr evel olifant, hag ouz e elgez e touge eur barvig loued. Soubet en dour edo e gorf hag, e gilpenn war goubenner glas ar c’hoummou, serret e zaoulagad ha tro e zremm ouz an nenv, e chourveze luskellet gant houlennadou e vorviled. Pa glevas trouz ar roenvad, e savas e vouez hep trei e benn, hep digeri e zaoulagad.

« A-vreman eman er porz an hini ez raog a zo henvel ouzit. Bez difre, pe tizet e vezi gand an noz e-kreiz ar mor. Da belec’h emout o vonet, moritex[96], emezan ?

— Da aber stêr Dumnissa, eme Vindosêtlos.

— N’en em gavi ket di abarz an noz mar dalc’hez da gerzout evel ma rez, eme ar mesaer. Aber ar stêr a zo dirazi eur c’haead skosellou ma tremen a-dreuz d’ezan, en eur c’hourdarza, ar mor-Bras a-bez. Kas a zo eno war an dour, eun euz her gwelout ! Ha kilredennou dreist da gement a oufes kredi. E-kreiz an denvalijenn ne vezi ket evit digouezout gand ar ganol. Brevet e vo da vag ouz ar c’herreg. Beuzet e vi er mor !

— Striva a rin da zont a-benn eus ar risklou-ze, eme an den yaouank. Kiza razo, avat, n’hellan ket ober ! Gourc’hemennet eo d’in gant va zad ma ’z afen emberr da c’henou ar stêr ha ma tiskennfen ar red anezi e-pad an noz.

— D’ar maro eo ez aez, eme an den. Re yaouank ez out ha re gaer da vervel.

— Hag hounnez eo ar gentel ac’h eus bet digand ar vuhez ? eme ar paotr e vleo melen-aour. Yaouankiz ha kened n’o deus ket d’ober aman. Gwell eo ganen kaout eur maro enorus em oad floura eget stleja war an douar, e-doug bloaveziou, eur gozni didalvez. Pe vern d’in em sammfe an Ankou eun nebeut bloaveziou abretoc’h eged ar re-all ? Holl e rankint eun deiz kemerout penn an hent am eus kemeret, tremen an treuzou am eus tremenet. Beteg an doueed hag ar ramzed a yel ebiou ! Hag e finvezo ar bed. Ar Maro, diezan e-unan, n’eus netra a euzik ennan. Breur gevell eo d’ar Vuhez : ganet int en hevelep deiz, hag i ker-kaer-ha-ker-kaer. Kazel-ha-kazel ez eont war an hent en hor raog, o wigna d’eomp dont d’o heul. An Aon, ar Vriz-kredenn hag an Diouiziegez eo a laka ar maro taer da welout d’an dud. Neb en deus trec’het d’an tri Spez-se a vezo en e gerz eur peoc’h n’oufe tra ebet strafilha ken hiviziken.

— Piou out-te, eme ar ramz, hag a belec’h e teuez ?

— Eus enez Abalos e teuan, eme an den yaouank. Me eo Tekos, mab Kintus, a ouenn Vanos, mab Belios. Eun ano all hag eun tad all am eus en enez Abalos. Eno e reer ac’hanoun Vindosêtlos, mab Vissurix.

— Da skora a rin en abeg d’az kouenn ha d’az tad-mager. Heman eo unan eus an tri drouiz a zo o harpa ar bed. »

Segons, Mogons ha Nodons[97] am eus klevet ober anezo a-wechou. Kuz ha dianat, avat, o anoiou gwirion[98]. Segons eo a vez anvet Vissurix en danevell ma ran kel anezi. Ha setu aman perak : dre ma ro ar Ouiziegez trec’h, braster ha mestroni.

Barrivindos a lakeas e zourn war ar vag hag a reas d’ezi redek a-diz. Eun arvor a savas dirazo. Tornaodou ez oa ha tornaodou c’hoaz, maen du, uhel, divent, tenval da welout, heb an distera traez da zouara en o harz, hep na derez, na trouc’h, na ravent ebet da grapat gand an tor serz anezo. An douar a zifennent, meneziek ha koadek, a ziskoueze beza digenvez ha gouez. A-zirag an tornaodou, war eur bras a ec’honder, edo gwenn-holl ar mor gant eonet ez oa. Holl goummou ar mor-Bras eo a dremene, ouz en em darza, war ar c’haead skosellou, kent mont er stêr. Hag ar c’harm a daole pep tonn en eur vont dreist ar c’haead-ze, oc’h en em unani gant garm an donn a-raok ha gant garm an donn war-lerc’h, ne oa ken anezo holl a-dreuz d’an aer nemed eur c’harmadeg unvan, bras ha didav, a lakae da vraouac’hi ar pesked hag an evned war-hed tri-ugent leo ac’hano.

Ar mesaer a chomas a-zav.

« Dirazout eman ar ganol, emezan. Ha genou ar stêr dirag ar ganol. Mont ez raog n’ec’h eus ken d’ober, ha lakaat evez ouz ar froudou. Treiz mat d’it ! Salo ma tiraezi penn ar stêr, ma weli, laouen ha dic’hloaz, heol warc’hoaz o para ! »

Hag hen kuit ! M’en em gollas ar gwel anezan er skeud-noz a denvalae ar reter. Er c’hornog, tremenvan an heol eo a c’hoarveze er c’hoadou. Heklevi a rejont gand eur c’harm skiltr ha taer a yeas d’eul lenv hag a varvas en eur ronkell. Diou askell ruz-gwad a savas a-zioc’h ar stêr. An daou benn anezo a dize an hanternoz diouz eun tu, ar c’hreisteiz diouz an tu all. Hag int menel eur pennad astennet o taskrena en nenv, ha koueza d’an douar[99].

« Evel-se eo o deus da lazet, douger al Luc’h, erer madelezus an Deiz[100] », eme an den yaouank.

En amheol glas a oa en em ledet war ar mor, m’edo gantan evel mantellet a ganv, e verzas Vindosêtlos, dirak staon e vag, dour ar ganol du da welout e-kreiz an tachadou eon. An dounded eo hel lakae da veza du. Ar vag a dremenas hep steki nag a-gleiz nag a-zehou, hag, eur wech ma voe digouezet en aber, e lec’h an amheol, e paras eun damc’houlou, henvel ouz skleur eun devez goanv.


Artaios ha Bedaios.


Daou c’hedour a oa oc’h evezia genou ar stêr, Artaios[101] war rec’hier ar ribl dehou, Bedaios[102] e-kreiz raoskl ar ribl all.

« Eun doue enebour eo a c’houezas an avel he deus da zigaset beteg aman, eme Artaios. N’eus nemed ar re varo a gement a dremenfe dre an draonienn-man. Ha war da zivoc’h, war da gorf e welan o livrina ruzder ar vuhez. A-vec’h ma ’z out deut er-maez a vugel, hag e teuez d’al lec’h ma paouez gand e redadenn Koziad peb abardaevez[103]. Kea war da giz, mar gellez. Gwell tremen an noz er-maez war ar mor eget dont-tre aman.

— N’her grin ket, eme Vindosêtlos. Beo pe varo, e renkan diskenn ar stêr en noz-man.

— Maro eo he diskenni, evel kement-hini-all a zo bet ez raog, eme Artaios. Ha ne doujez ket ar maro ?

— Penaos hen doujfen ? eme ar paotr yaouank. Dalc’hmat en-dro d’eomp, dare da zont d’hor galv, d’hor gwaskedi gand e skoued, ha n’eo ket hen hor breur, hor c’heneil, hor c’hile ? E c’hoar hor gwall-gas alïezik, ar Maro avat n’her gra nepred. An ehan a ro d’eomp pa c’houlennomp ; tennet e vezomp gantan a-zindan taol hon enebourien, diwallet diouz mez ha klenved, diouz sklavelez ha kozni. Dizaon e fiziomp ennan enor hon tiegeziou, leala gwarezour ma ’z eo ! Eur brezelour kaer eo-hen, aour e ziouaskell, steredennus e dal[104]. Davetan e kerz laouen hor gwragez hag hor bugale. An diavêzidi a gren rag ar Maro ; evidomp-ni, avat, hen anavezomp evit beza eus hor gwad. Hor breur eo, hor c’heneil hag hor c’hile !

— Fazia a rez, eme Artaios ; kelennet fall ez out bet, sklerijennet a-dreuz, touellet gant da vistri.

« Ar Maro, emezan, a zo eun aerouant euzik ha fero, d’ezan neuz eun den, pigos eun erer, eur bleoad naered hag eun diskouarn marc’h. Golôet eo e gorf a blunv evel re ar gaouenn. En e dreid ez eus skilfou henvel ouz re ar gup. Kregi a ray ennout, ha da stleja gantan dindan zouar en eun toull leiz, yen ha tenval. Fank hag uloc’h az po digantan da zibri ha dour-haouez da eva. Diframma a ray diouzit da holl zilhad ha da skei gand e vorzol. Da flemma a ray gand e naered, da ziskolpa gand e bigos, da vourrevi heb ehan na didorr[105]. »

Trouc’ha a reas ar paotr war an dezrevellad-ze :

« Amzer n’am eus ket, emezan, da selaou ar sorc’hennou diwanet e penn kantreerien estren ha sklaved. »

Artaios a ziskouezas d’ezan en diabell eur roc’h en he sav-sounn war glann ar stêr hag a skeudenne en dour splann he fenn tribegek :

« Pa vi aet ebiou d’ar roc’h trifennek-hont, e nesa pleg-tro ar stêr, e c’houezin em c’horn-boud arem. Re ziwezat e vo d’it neuze da gaout koun eus va c’helenn. A bep tu e savo diwallerien an draonienn, hag an daredou kontammet diouto az kourvezo maro-mik e strad da vag. »

Eus a greiz ar raoskleg, war ar ribl all, e savas mouez Bedaios :

« Ez keler eo e verdeez, Iovinkillos[106], eme an doue.

« Klev petra e vo da donkadur, emezan, ma talc’hez da vont war an tu-ze. Biken ne stoko da askre ouz askre plac’h yaouank ebet[107]. Biken ne zigemeri a-ziwar he divrec’h ar mab he devo ganet d’it. Pennou-renerien da bobl ne welint ket da zremm, ar varzed ne ganint ket da guriou, ar re goz ne veulint ket da eveziegez, an danevellourien ne roïnt ket da anaout da ano d’ar rummadou da zont. Rak gwelet ne vezi bet nag e bodadegou-peoc’h nag e bodadegou-brezel tud da ouenn ; rak divruta, mezusa maro az pezo kavet aman, evel eur gaouenn, d’an abardaez-noz, e korn eur park, dindan tenn-saez eur c’houeriad.

— Aner d’it diougani ouzin ! eme Vindosêtlos. A c’hoarvezo ganen mar bevan, na c’hoarvezo ket mar marvan, kement-se n’eo ket d’in her c’houna. Eur gourc’hemenn am eus bet digant va zad. Pe veo pe varo, pe em sav pe gouezet, e kasin an dreizadenn da benn en noz-man, hag e rin !

— Ez varo e vezo neuze, ha kouezet, evel kement o deus her graet ez raog ! »

En e zourn e kemeras eur c’houitell arc’hant a oa en e gerc’hen, hag e lavaras :

« Eur c’houitelladen gant houman, pa vezi aet ebiou d’ar roc’h du-hont, hag eman ar maro warnout.

— Ra zeuio ! » eme Vindosêtlos.

War ar roc’h he zri-fenn edo en o sav teir garan an diweza Kelenn[108]. Pa weljont ar vag o nesaat, e tigorjont o beg da safari a-bouez-penn. Kemenn a rejont en o yez d’ar paotr yaouank mont war e giz...

En e raog, avat, ez eas ar paotr ! Neuze Artaios a gasas d’e c’henou e gorn-boud arem[109]. Bedaios a dosteas d’e ziweuz e c’houitell arc’hant, ha taboulin-vrezel vras an arc’houereed, diwallerien ar stêr, a grogas da leunia an draonienn gand eun trouz-kurun.


Stêr Dumnissa.


Ez an da lavarout breman e berr-gomzou petra eo da welout stêr Dumnissa, — a ra hiniennou anezi Tollobra[110], — penaos eman doare an douarou war an diou glann anezi ha neuz an draonienn ma tremen drezi[111].

Souezusa stêr eus holl stêriou an tri bed[112] eo an Dumnissa. Er mor-Bras eman he mammenn, er mor-Bras eo e taol he douriou, hag ar mor-Bras end-eeun a dremen en e bez dre an naoz anezi. Bez’ ez eus oc’h ober ar stêr daouzek kan lerc’h-ouz-lerc’h, enno dour doun ha sioul hag etrezo, d’o ranna, daouzek treuziad froudou, trôennou ha lamm-douriou[113]. Aes merdei er c’haniou, pa n’eus enno na reuzeulenn-draez na skosell, nemet dour doun ha splann bepred. Izel ha brao da welout an douarou a-gleiz hag a-zehou, gand o bodadou gwez bras, etrezo pradennadou geot hir ha druz. Dindan eun tenn-saez diouz ar ribl, war an eil glann hag eben, e sav al leur war naou dam-blên da genta, sersoc’h da c’houde, a-hed meur a leo, ken na zeu da beus-steki ouz bolz an nenv.

An diou bantenn vras-se, a ziskenn an eil war-du eben hep dont da geja biken rannet ma ’z int gand ar stêr, a zo anezo douna traonienn ar bed-holl. Golôet int eus o zroad d’o c’hern a goadou stank ma kaver enno, war eun dro, an holl ouennou gwez o kriski en hor rann-ved hag ar gouennou a vez kavet hepken e bro ar C’hreisteiz hag ar Sav-heol. Ar balmezenn, gwernhenvel[114] ar c’hef anezi, a sav uhel-uhel a-us d’ar bodou-kelvez he fennad barrou evel pluennou gwariet-flour. Amezeien eo ar gwez aouraval ha suraval d’ar gwez kerzin ha kraon. Skourrou glas-moug ar fïezenn a gej ouz deliou flammoc’h an hiliberenn. Ar c’hlastenenn, hanv-goanv en he deil, a gresk e-tal ar vezvenn wenn. Meur a ouenn all a gaver eno ouspenn, ha n’eus ano ebet d’ezo e yez ar Gelted. War ar c’hribennou e weler kurunennad ar c’hoadou pin. E-kreiz tenvalder o glasvez e sked sae gell-ruz ar gwinver. Er pinegi-ze nes d’an nenv, bepred glas ha hesonus da c’houez an aveliou, leun a frond-balzam krenv, e kar Mamm-Veur ar Glen ober hec’h annez[115].

Ar c’hoadou, anezo holl zoareou gwez ar bed, a zo ivez o veva enno holl ouennou loened ar bed. Skrij ar bleiz hag eurc’h an arz a vez eilet eno gant yud al leon melen-gell hag an tigr briz-roudennek. An olifant hir-zentek a striv da ziskar gwez e lezenn ar frankizennou m’eman o peuri enno an ejen-meur hag an ejen-moueek. A wezenn da wezenn e lamm, a gevret gand ar gwinver, bagadou trouzus an abana denhenvel[116], e-keit ha m’eman o torc’houenia e-mesk ar geot pe e-kreiz ar rec’hier naered, anezo ker gwaz euzadennou hag ar re a vev en Afrik.

Dre ma nesaer d’ar froudou ha d’al lammdouriou e teu dishenvel an draonienn. En em dostaat a ra an daou venez. Herr bras a sav war gas an dour. An diou c’hlann, oc’h uhelaat, a zeu roc’hellek, serz, toullet a geviou tenval m’en em daol drezo an dour en eur drôenni ha ma klever o tifronkal enno lenv an Islonk. Damc’houde, da gleiz ha da zehou, e teu an diou ramzez-vaen, paket en o mantell geot ha gwez, da azeza er ribl o souba o zreid er stêr. Strisaat a reont he hent d’ezi. O skeud pounner ha divent a daolont war he douriou. Naer-zour dalc’het e doun eur sanig tenval, ar stêr a yud, en em we, en em zifret, eonennet ha kounnaret-holl. Tourtal a ra pouezus he fenn kornek[117] ouz ar speurennou roc’hek. Hogen ne glev ket an diou ramzez klemm ar strilhennig-dour a dremen etre o bizied-treid. En eur sevel da gaout an nenv o c’hougoulad glazvez, e sellont ouz ar bed hag e selaouont ouz kan an evned war o c’hern.

En tu-hont d’ar striz-odeou-ze e tigor ar meneziou, e tiskenn an diou c’hlann ; ar prajeier, ar c’hoadeier a weler o tont en-dro. E strad an draonienn ledanaet e tav tousmac’h an douriou hag ec’h adstager gand eur c’han-dour sioul.


Bageadenn Vindosêtlos war ar stêr.


Setu aman petra e voe bageadenn Vindosêtlos war ar stêr-ze. A-hed ar pevar c’han kenta eur glao-beuz a gouezas war an douar ha war an dour ma n’en devoa Vindosêtlos blevenn en e benn na neudenn en e doneg a gement na voe ket glebiet. A-hed ar pevar c’han da heul e c’houezas eun avel grenv en eneb d’an den yaouank, e doare ma teuas an holl vlevennou en e benn, an holl neudennou en e doneg da veza sec’h-tont. Hag a-hed ar pevar c’han diweza ez eas en he hent e-kreiz eur vorlusenn ken teo ken eus penn-aros e vag e-lec’h m’edo en e sav na wele ket ar paotr ar penn-staon anezi.

Er pempet kan, pa davas ar glao, e welas Vindosêtlos dirazan, en oabl, eur rod arc’hant gwenn-kann. E-kreiz eur grounnad morenn edo o ruilha. Eur c’hoziad hir-hoalet-tre, e zremm bet klanv ha manet gwan, en dije gallet para e zaoulagad war ar rod-ze, diboan-kaer, gant moug ez oa ar skleur diouti. En e c’hrounnad lusenn, evel eur c’horf-maro en e linsel[118], ene an heol tremenet eo a oa oc’h araokaat Vindosêtlos en draonienn en eur heda an holl gildrôennou anezi.


An eog Orkorix.


Gwella bageer ar bed-holl, ma klaskfe treiza ar c’henta eus daouzek treuz ar stêr, a vefe kerkent brevet ouz ar c’herreg hag islonket en douriou. Hennez ez oa bet tonkadur Vindosêtlos paneved ar skoazell a zigouezas d’ezan digand an eog Orkorix[119]. E dibenn ar c’han kenta e teuas an eog, hep gouzout d’ezan, d’en em lakaat dindan e vag ; he harpa a reas war e gein hag he ren e-kreiz ar c’hilredennou hag an trôennou, a-dreuz da gounnar c’houez ar stêr ha da gurun an douriou bras, etre treid ramzel an daou venez hag an dent-rec’hell o sevel eus an islonk. Ober a reas d’ar c’hoked mont gand ar gwaziou doun ha herrek en em zinaoue a-gleiz hag a-zehou d’al lammdouriou bras. Dic’hloaz e voe henchet gantan dre an treuz kenta hag her bleina a reas zoken da dremen an unnek treuz all[120]. A-drugarez d’an eog eo ne lezas ket Vindosêtlos e gorf hag e vuhez etre karvanou ar stêr.


Arc’houereed an draonienn.


Tremen ar gwall-froudou hep pensea n’oa nemet tec’hout diouz unan hepken eus an daou riskl o c’hortoz ar bageer en draonienn-hont. Gwasoc’h eged an daouzek karvan-vaen argadadeg an arc’houereed, daz-strolladennet ar bagadou anezo a-hed daou ribl ar stêr o tiwall ar red anezi. Tra dianat n’eo ket a be vammenn e teu an arc’houereed-ze. Bez’ ez eus anezo an êrevent o warezi ar gouennou du ha drouk eus ar bed, an anaon eus ar gouennou-ze hag eneou ar re o deus torret al Lezenn. Holl en em zastumont en draonienn-hont er C’hornog evit herzel eno an heol bep noz. Stigna rouedou a reont eus an eil menez d’egile, koulma geotennou[121], toulla trapedou, enaoui tantadou a geuneud glas ha gwall-louzeier da sevel eur moged du, teo, mougus ha flêrius. O saeziou kontammet a ziwaregont ouz evn-roue an Deiz. E c’hloaza a reont hag e ziskar d’an douar. Hag i sailha warnan hag e dacha ouz al leur gant beg o goafiou. A-zruilhad e pignont war e gorf d’e voustra dindan o zreid hag o daoulin, d’e vouga etre o daouarn. Eva e wad a reont. Ha diframma e bluennou liou tan hag aour a gasont ganto da gellïes a envorenn-drec’h. E gorf diwad ha dibourc’h a daolont er stêr hag ar stêr her c’has d’ar mor. Da viken e vanfe ar bed beuzet e tenvalijenn an noz hag ar goanv panevet d’an tri drouiz dont bep beure war varc’h a-dreuz d’ar mor. Hag i chom a-zav e-tal ar c’horf-maro bras, ha dre o c’harmou galloudek gervel en-dro e ene ennan. Gwad, anal ha gor ar vuhez a zaskoront d’ezan.


Maouez Vras ar Menez.


Raktal ma voe krog da grozal an daboulin-vrezel, eus troad pep gwezenn, eus pep bodad geot, eus pep roc’hell, eus pep toull en douar, e tilammas êrevent morlivet, êrevent du, êrevent ruz, êrevent melen, a rae ged war an draonienn. Diredek a rejont er ribl en eur deurel o garm-emgann. Ha setu ar saeziou, ar goafiou kontammet o teraoui nijal evel kazarc’h a-us d’an douriou. Hep benveg ebet da eilstourm, hep tog-brezel, na skoued, na hobregon d’en em warezi, e zivrec’h hag e ziouhar ez noaz, hep ken kabell nemed e vleo melen hir, hep ken gwiskamant nemed e doneg wenn bevennet a limestra, faezet ez oa Vindosêtlos panevet da groz an daboulin, a ise outan enebourien a-vordilh, beza dihunet war eun dro eur geneilez c’halloudek. An dourni he zennas eus ar vougeo e-lec’h m’edo kousket e lein ar menez. Vindosêtlos, savet e zaoulagad d’ar mare, a welas, e-touez ar gwez-pin, eur vaouez vras he fenn blevek a stoue da sellout outan. Dam-c’houde e voe dazroudennet an oabl gand ar glao, hag ar pil-dour o koueza en-dro d’ezan a guzas outan ar vaouez hag ar menez. Ar rouanez avat he doa bet amzer da welout ar paotr yaouank gwenn e-unan war ar stêr. En arbenn ez oa aet he sell-hi d’e sell-hen glas ha glan evel ar beure. Ar gwel-ze a zihunas enni koun he fried[122]. Al le a reas na c’houzanvje ket gwall-donkadur an Evn. Kaset ganti he daouarn d’he genou, e taolas eur c’harmadenn gourskiltr, lemm, taer, a drec’has war tourni an daboulin ha war garmadeg an armeadou. Ha kant meuriad he foblad, o paouez war ar skourrou pe dindan an deliou, o peuri er frankizennou, o c’hoari war glann an dour, a voe tennet eus o dibrederi. Eilgeria anezi a rejont, pep-hini en e yez, eus raosklegou ar stêr, eus poullou ha lennou ar c’hlann, da geviou ar menez ha da wezegou avelet ar c’hribennou[123].


An evned kornek[124].


Ar c’henta rummadou a zigouezas en emgannlec’h e voe al loened-nij a rae o neiziadur er gwez e strad an draonienn. Eus ar gwez haleg, elo ha gwern m’edont kludet warno, e tiredas a-denn-askell evned o flunv a liou gant houarn, o fenn kornek, lemm o figos hag o c’hrabanou. Dre nijal a-zioc’h ar vag e reas d’ezi an torkad evned, evit he goudori, evel eun andorenn pe eur stel-gwarez. Leuskel a rejont da goueza warni bodadou uhel-varr ha blenchou elo-gwenn[125]. Lammat a rejont gand ar saeziou hag ar goafiou, o flaouia diwar nij en o figos hag o derc’hel en o c’hrabanou, terri an herr anezo, o distrei diouz o hent hag o lakaat da goueza er stêr, dinoazet ha brevet.


Argadadeg ar pevarzroadeged.


E-pad m’edo an evned o tizarbenn o c’hefridi a varo d’an daredou, an daredourien end-eeun eo a oa argadet gand engroez ar pevarzroadeged. D’an daoulamm-ruz ez eas d’ezo ar moc’h-gouez ouz o eilpenna hag o zoullgofa. An arzed, savet en o sav dirazo, o mougas dre deurel outo a-dro-vriad o faoiou blevek ha skilfek. Al leoned hag an tigred, sailhet outo war o choug, a waskas en o geol klopenn o fennou, ouz o straka evel klor-kraon. Ar bleizi a grogas o dent en o c’hof o tiframma o bouzellou er-maez. An olifanted, o zrompilh er vann, hag an tirvi, soublet ganto o c’herniel, oc’h ober d’an douar krena gand o redadeg, o flastras dindan o zreid, o skubas dirazo evel ma ra an avel d’an deliou.

Vindosêtlos a lugernas e sell pa welas al lazadeg. E benn a finvas a-gleiz hag a-zehou o heja e bennad bleo melen-aour. C’hoarzin ouz e salverien a reas hag astenn e zivrec’h daveto, ha leuskel, da gaout loened an draonienn, eur c’harmadenn a drugarez hag a anaoudegez-vat. Neuze e lammas war tost-kreiz ar vag ha, savet war veg e dreid, en em soublas en adrenv ken na zeuas ar c’huchennadou skedus diwar e gern da steki ouz e seuliou. Eus e benn d’e dreid edo e gorf-holl gwariet-koant evel eur gammed-rod. Eur rod, evit gwir, en he sav e-kreiz ar vag, ha hi gwenn, ruz-livrin hag alaouret, leun a yaouankiz hag a gened, a wevnded hag a nerz, eur marz[126] ! E ganmeuli a reas al loened. Evel-se eo o zrugarekaas Vindosêtlos evid ar skoazell o doa digaset d’ezan.


Argadadenn an Heizez-Veur hag he c’hirvi.


D’ar pempet kan-dour, e tiskennas ar c’hirvi stank ha diniver eus ar c’hoadou-pin m’o doa en em dennet enno e-pad ar glao[127].

En o fenn, e kerze ar Rouanez-Veur, en he harnez-brezel : he bouc’hal-emgann[128] en he dourn gwevn ha nerzek, hag, ouz he brec’h, eur skouedig arem kelc’hiek[129] ; war he fenn he zog-brezel kern-vegek en arem, outan a-ispilh eur seizenn c’hlas[130]. He brusk, neuziet-kaer, a oa gwisket en eur sae-vailhek arem ker gwevn hag o tereout ker reiz ouz he c’horf ma na rae da welout nemed unan gand he c’hroc’hen[131]. En he dargreiz eur gouriz ler bevennet a vetal, stag outan he gourgleze bras falzhenvel. En-dro d’he c’hroazlez ha d’he diou-vorzed eur verr-vroz mezer gwer kaeraet gant roudennou, kenlinennou ha trôellennou aour. Noaz ez oa he c’herc’hen hag he divrec’h, he diouhar hag he zreid[132]. Gwisket hag armet en doare-ze e c’hourlamme leun a neuz-vat hag a veurdez, kaer ha taer da welout, ha war he seuliou e kerze stank, o fri er vann ha dispourbellet o daou-lagad, an engroez kirvi[133]. Ha gand ar barr-levenez e taskrenas an draonienn dindan treid gwenn kalet an doueez. Ha da stouï d’ezi en em drôas gwez bras, krennwez ha brousgwez, hag an holl bodadou geot. Ha rec’hier ha mein ar menez a gasas daveti o youc’h a garantez. Adlavaret ha meuraet gand an hekleo, e voe douget ar youc’hadeg anezo betek bolz an nenv.

Dindan ar vouc’hal, bet diwanet diwar deuzadur teir zolzennad arem ha gouest an dremm anezi da drouc’ha eur vlevenn war zour ha da denna gwad d’an avel, e kouezas neuze hanter-glopennou, hanter-bennou, brec’hiou ha garrou distaget ha korfou faoutet dre hanter eus ar skoaz d’ar c’haol. Ruziet e voe gant gliz klouar an emgannou divesker gwenn ar vrezelourez betek he daoulin, hag, uheloc’h eget he daoulin, beteg ar gourem-traon eus he berr-vroz. War-lerc’h ar Vaouez-Veur, deut da heizez-vleinerez d’ezo[134], e treuzas armead ar c’hirvi al lennad-wad en eur vourbouilhat. An treid forc’hek anezo, o poueza stank-ha-stank war an holl ziskolpadennou-ze, o dalc’has difinv war an douar hag a viras outo d’en em adframma ha da adsevel. Hounnez e voe al lazadeg a-vagadou a reas Litavis eus êrevent kriz an draonienn beteg an navet kan-dour.


Argadadeg al loened-stlej.


D’an navet kan-dour setu o tont eus ar mor war ar stêr eul lusenn deo en em astennas war an diou c’hlann anezi. Evel gand eun dic’hlann-reverzi e voe beuzet ganti holl strad an draonienn. Ma harzas ouz armead an doueez da gerzout war-raok, ha ma reas an êrevent o mad anezi evid adreiza o strolladou. Dastum o re-varo hag o re-c’hloazet a rejont buan hag o zeurel er gaoter-adc’henel[135]. Hag i neuze diskenn en dour ha neunvi daved ar vag. Dont a rejont en-dro d’ezi ha kregi o daouarn er bourz anezi d’he zrei war he genou. C’hoant o doa d’he c’has d’ar strad ha da veuzi ar paotr a oa enni. Hogen, en adrenv d’ezo, eus kement toull a oa er riblenn ez oa deut eun niver naered[136]. Tizout a rejont an êrevent e-kreiz ar stêr. Hag i en em wea en-dro d’o divesker, en em stleja a-hed o brennid ha gwaska o divrec’h hag o gouzoug e-kreiz o gweadennou. Sounn hag o fennou ouz o fennou-i, e flemmjont d’ezo o dremm, en eur skuilha o glaourenn hag o c’hontamm en o daoulagad, en o fri, en o genou, en o diskouarn. En doare-ze eo e lakeas naered Litavis diflach ha dic’halloud êrevent ar stêr.


Emweladenn an Doueez-Veur gant Vindosêtlos.


P’edo Vindosêtlos o vont da ziraez penn an draonienn, e steuzias ar vorenn. Merzout a reas war ar ribl ar vrezelourez-veur. He bouc’hal a zalche gant he dourn kleiz, he brec’h zehou savet er vann, tro outan palv he dourn digor[137]. A-dreuz d’ar vorenn ha d’an enebourien ez oa deut betek di d’e genbrezek. Ker gell ha klor-kistin, ker rodellek ha kreon danvad he bleo en he fenn. Nemet o doa an dremm hag ar c’herc’hen anezi gwennded ha damruzded tener bleun an avalenn hag ar gerezenn. Ha gand ar berv diwar an emgann he doa renet hag ar redadenn edo o paouez ober, edo ruziet-holl ha flamm-skedus he dioujod. Vindosêtlos a zouaras hag an doueez, o lezel da goueza d’an douar he bouc’hal hag he skoued, a daolas he diouvrec’h a-vriad en e gerc’hen hag a bokas d’ezan.

« Garo, emezi, an emgann hon eus ranket embreger evidout. Keuz n’em eus ket d’am foan avat ! Rak ma ’z out-te karusa paotr am eus gwelet biskoaz. Ma n’em bije ket eur pried a garan, te eo a gemerfen. Hogen eur verc’h dizemez am eus, ha hi kaeroc’h egedoun. Kadarn ha krenv, habask ha sentek ez eo-hi ; kenoad eo ganez ha d’it e vezo, mar kiri, o Tekos. »


Ar morvil euzik[138].


Vindosêtlos a adstagas gand e verdeadenn. Eur vougeo a welas dirazan m’en en golle ar stêr e-barz. A-us d’ar vougeo krouzell eur grec’hienn digoad. O valegi war zaou dor ar grec’hienn a-zehou hag a-gleiz, diou roc’hell gourlufr ha kelc’hiek a lugerne evel strink. Klota a rae ar meneziou diouz an daou du ouz ar grec’hienn ken n’oa etrezo tremen ebet na war an dourn dehou na war an dourn kleiz. Ar stêr a-bez a yae er vougeo. Ha Vindosêtlos e-barz ivez da heul ar ster ! Rak-tal en a-drenv d’ezan setu en em gloz, en eur drouzal, toull-dor ar vougeo, hag hen e-kreiz an deva tenvalijenn.

Ar pez a gave d’ezan ez oa eur vougeo n’oa netra ken nemet geol eun euzadenn a vorvil en em lakaet el lec’h-ze, ar strisa war c’henou ar stêr, evit lonka kement pesk a ziskennje gant red an dour. Klopen an euzadenn eo ez oa ar grec’hienn digoad a save a-us d’ar vougeo, hag e zaoulagad an diou roc’hell strink a-zehou hag a-gleiz. Torret d’ezan e naon, sed ar mil euzik en-dro en dounvor. O skei an dour gand e lost bras-espar ez a timat en e raog dindan oabl glas-koc’hennet ar beure, a-dreuz da donnou stank-diniver ar mor-Bras.


Ar mevel Rotomagus[139].


Bez’ edo, er beurevez-se, war devenn reter Abalos ar paotr yaouank bras a oa en e gefridi ober war-dro karr ha kezeg Vissurix. Rotomagus a reer anezan hag e-touez ar baotred yaouank o servija an doueed e tenn kement ar sellou hag e c’hoar Kassia e-touez ar merc’hed. Kaera ha krenva mevel eus ar bed ez eo-hen. Adalek gwrizienn e vleo da vegou e dreid daou liou war e gorf : liou gwenn ar bara gwiniz, liou ruz evel ar ruzell-veure kent an tarz-heol. En e benn eur mouead dam-hir, teo, rodellet-kaer, ma sked pep blevenn ennan evel eur bann-heol. Kalz a verc’hed a zo trôet kenan d’e garout, hogen ne daol outo evez ebet. N’en deus ken preder er bed nemet karr bras Vissurix hag an daou jao hel laka da loc’ha. Noz-deiz eman ganto e spered, rak enno en deus dastumet holl deneridigez e galon. Bep beure e kas anezo da gouronka er mor, ha setu perak en em gav, en deiz-se, e tevenn Abalos, gwisket gantan an dilhad ma oa boas da wiska a-benn gouronkedi ar c’harr, da lavarout eo eun doneg divilgin start ouz e gorf ha bragou striz ha berr o lezel e zaoulin ez noaz[140]. Ar beure-ze, koulskoude, e-lec’h dont d’an aod digabell ha diarc’hen, en doa lakaet en e benn e dog-arem daougornek hag en e dreid e soliou-houarn.

Gwelout a eure ar morvil o neunvi eur pennad diouz an aod. Hag hen kregi en e c’harzou ha lammat en dour. Tizout a ra ar pesk, digeri d’ezan a-nerz-brec’h e c’heol ha mont e-barz etre an diou garvan. O vouta neuze ar garvan-grec’h gant kerniel e dog ha beg arem e c’harzou[141], e-keit ha ma pouez war ar garvan-draon gand e soliou-houarn, e ra d’ar mil digeri ec’hon-frank e c’heol ma teu dre an hent-se ar vag er-maez. Neuze e lez ar mevel an diou garvan d’en em adsteki hag en em gav gant Vindosêtlos war an tevenn.

« Bez deut-mat, Moridânos[142], emezan. Gwerelaouenn wenn ha devez laouen d’it ! Setu deut da benn ar risklus a verdeadenn a oa bec’hiet warnout da ober. »


Ar bir Ivos[143].


Eun nebeut deiziou goude, edo Vindosêtlos o c’hoari pelenn gand ar baotred yaouank all war c’hlazenn Moridunon, pa zeuas davetan e dad-mager. Gantan en e zourn ez oa eur saez hir ha kaer graet a goad ivin ruz.

« Setu aman, emezan, ar bir Ivos[144]. Nerz da yac’haat gouli ha klenved a zo ennan. Hogen diwall mat n’hel lakafes da ziboania ar re na vevont nemed evit drougober, rak neuze ouzit-te da-unan en em drofe ar bir ha pulluc’het e vefes gantan.

« Eun eil nerz a zo ennan c’hoaz, eme an drouiz. Hel laka etre da ziouhar. Stard krenv outan da ziouvorzed. Dont a ray da veza kement hag eur wezenn-bin ; dibrada a ray a-ziwar an douar ha mont war nij a-dreuz d’an aer. Gantan e weladenni ar bed hag ar poblou anezan. »

Diouz m’en doa lavaret an doue e c’hoarvezas. A-c’haoliad war ar bir, e peur-redas Vindosêtlos, en eur ober eur bloavez hepken, kement douar a zo kelc’hiet gand ar mor-Bras. Herrded-dreist e redadenn a dalvezas d’ezan an ano a Atextorix[145] a voe douget gantan e-keit ha ma padas an ergerz. D’e zistro e c’houlennas e dad-mager kelou digantan :

« Pe gelou a zeu ganez, va mab ? emezan. Petra ac’h eus-te gwelet dre ar bed ? Pe gentel en deus ar bed kanet d’it[146] ?

— Setu am eus-me gwelet, a suis (o fur), a druis (o gouiziek-meurbet), eme an den yaouank. Eun niver broiou, temziou-hin dishenvel a-leiz ; brôadou, pobladou, meuriadou, tïadou, kel lïes ma n’oufed o jedi. Eun nebeut gouelec’hiou hakr ha difrouez. Eun divent a dachennad gwezus, frouezus, trevadus. Ha setu ar c’helou a zigasan d’it : klemm an diou Zoueez-Veur, an hini Yaouank hag an hini Goz[147] a zo pignet beteg ennoun.

— Ha petra a lavarent-i ? eme an doue.

— Lavaret he deus an hini Yaouank : « Sell, o Atextorix, kemend-all a zouarou a zo ganen hag int dic’hounid, dilezet, diberc’henn ! Skuiz an douarou-ze dre na daolont, bep hanvez, nemet bleuniou-garo, geot d’ar c*hirvi, mez d’ar moc’h-gouez, frouez put d’an evned. C’hoant ganto da c’henel ar magadur ma teu diwarnan ar brôadou galloudek[148]. Hirvoudi a reont da flourad ar soc’h, da voustrad ar yeoad ejened, da vennoz an haeler. »

— Truezus galvadenn ar rouanez yaouank en he dilez, eme an doue. Ha petra he deus lavaret eben ?

— Lavaret he deus an hini Goz : « Ha me kehelet gand an dud am perc’henn, ne zigas ar wazoniez anezo laouenedigez ebet d’am c’halon. Gouzout ar geriou, seveni al lidou, kinnig ar rôadou, peuroberia al lidlazadou a reont ervat, ha, gant-se, e renkan daskori d’ezo trevadou ha frouez[149]. Diegi, avat, am bez ouz hen ober, rak, evit va c’harantez, n’o deus ket anezi ! Gwenn, c’houez-vat ha sked-holl ez oa ar pried deut d’in eus an nenv em yaouankiz. Int-i a zo du, tenval, flêrius ! Garo ganen senti outo ! Garo beza sklavez dindano, o Atextorix ! »

— Glac’harusoc’h c’hoaz lenv ar vamm geoet gand ar gouennou fall eget hini ar verc’h e-kreiz he gouelec’h, eme an doue. Diwar-benn an dud ma ra ano anezo petra ac’h eus-te da lavarout ?

— O tad, o mestr, eme an den yaouank, ar seurt-se eo ar brôadou na fell ket da C’hrêna sellout outo. P’eman ar Verc’h skedus o pignat gand an naou reter[150] pe o tiskenn gand an dinaou kornog, e tro he fenn, e laka he dourn dirak he daoulagad, e tastum war he dremm kizennadou flamm he bleo evit mirout d’o gwelout. Ma tro diouto eo dre ma ’z eo an dud-ze, e gwirionez, du ha drouk betek mel o eskern, daspugnet m’eman en o c’hreiz kement gwall-namm a zigas klenved, digened, dinerzded. dizunvaniez, dispac’h, brezel, sklavelez, koll-trevadou, pore-loened, kazarc’h, arne, kren-douar, dour-beuz, maro[151].

« Ez gwirion, eme an den yaouank, gwell d’an den chom e-unan-penn a-hed e vuhez eget kenveva gant seurt tud. Ma vije ganen pried ha bugale ha daoust d’in pe an eil pe egile eus an daou donkadur, e kasfen kentoc’h va zud daved loened fero ar gouelec’h eged en o zouez. Gwell d’ar re a garan amezegiez arzed, bleizi ha naered eged amezegiez ar re-ze ! »

Hag an den yaouank neuze ha staga da daolenni d’e dad-mager ar penna poblou en doa gwelet.


Debrerien-besked ar Reter[152].


« Gwelet em eus, e penn retera ar bed, eme Vindosêtlos, eun douar meneziek ha dihenchou, golôet-holl a c’heot hag a wez. An aod anezan, uhel ha serz, a zo toullet a geviou doun. O sevel er-maez e weler moged an taniou a vez enaouet enno gand an dud. Rak da dïez-annez n’o devez tud ar vro nemed ar c’heviou-ze. Ganto doare-chatal ebet ! Teuzi ha labourat metalou n’ouzont ket ober. Prenn, maen pe askourn hepken ar binviou-brezel anezo. Ijinerez ebet ganto estr eged ar gwia rouedou. Diwar besked eo e vevont, ha diwar dibourc’h al loened-mor eo en em wiskont. Kroc’henet-melen ez int, peurzu o bleo, bihan o daoulagad, talfasok o dremm. Anezo tud digened, diouiziek, dizeven, distank ha dinerz !

An hemolc’herien davantek[153].


« Eur vro am eus treuzet goude, ha hi golôet keit ha m’helle tizout va sellou a goadou pin ha bezo. War glann ar stêriou tiegeziou hemolc’herien c’houez. Gwisket int e krec’hen an arzed, ar c’hirvi hag ar bleizi a lazont gand o saeziou pe a bakont en o antellou. Gand o rouedou e tennont eus ar stêriou pesked a-leiz. Hogen e-pad eiz miz goanvez, ez a ar stêriadou dour da stêriadou skourn-sklezr, hag e rank an hemolc’herien menel war yun en o foukennou dister. Anezo tud peur-zigened, peur-ziouiziek, peur-zistank, peur-zinerz !

« Ar poblou-ze n’eus ket da gaout aon razo, eme Vindosêtlos. Evel-se n’eman ket ar re-all, avat.


Debrerien-c’hagnou ar Sav-heol[154].


« Gwelet em eus, emezan, en arvor ar mor-Bras, diouz tu reter ar bed, meuriadou tud o c’hroc’hen melen evel ler nevez, o daoulagad treuz a-veskell, o bleo du-pod ha teo ha sounn evel reun-marc’h ; brizellet o c’horf noaz gant tresadennou naered hag êrevent[155]. O annez a reont e logellou bras pevar-c’hognek graet a weadennou raoskl ha savet war beuliou e-kreiz ar paludou[156]. Al logellou-ze a zo anezo kêriadennou ec’hon war glann ar stêriou hag ar mor, war bep kompezenn, e pep izelenn. Meriena a ra an dud enno, ker stank ha neiziadou naered. Gwia gloan denved ne reont ket, nag eva laez saout[157] ; diwar viou brein, prenved, pesked, kregin, bezin eo en em vevont. Pep doare gagn a ya ganto da vagadur.


An diou boblad enebourez.


« Er c’hornog d’ar vro-ze em eus gwelet eur gompezenn ec’hon divent golôet a c’heot, gwezenn ebet warni. En he c’hreiz eun eienenn na darz an dour enni nemed e-doug eur pennad-amzer hepken da vare kreisteiz. E penn reter ar gompezenn ez eus eur bagad bras a chatal mesaet gand eur strollad tud war varc’h. Bihan ar vent ha disneuz ar c’horf anezo. Melen evel ler koz o c’hroc’hen, du ha diwevn o bleo, bihan hag a-dreuz o daoulagad ha tougn o fri. A-ouenn eo d’ezo beza divaro[158]. Er rann gornog eus ar gompezenn eur strollad all a varc’heien o vesa chatal. Uhel-ventet int ha neuziet ha dremmet kaer. Gwenn ar c’hroc’hen anezo, barvek o elgez ha tri liou war ar bleo en o fenn : ruz bleo eun darn, melen bleo eun eil darn, du rodellek bleo ar re-all[159]. Adalek ma tarz an deiz, dre vouta dirazo o loened, e nesa pep bagad d’an eienenn. Hen diraez a reont etro mare kreisteiz hag en em ganna neuze diwar-benn piaoua an andon. Eun deiz e trec’h tud ar reter, eun deiz all tud ar c’hornog. En endervez e pella an eil bagad diouz egile evit dont war e giz da dremen an noz e penn pella ar gompezenn.


Ar Skoloted hag ar Sueved[160].


« Deut oun a-zioc’h d’eur vro n’eus enni na menez na krec’hienn uhel, ha hi hanter-goad hanter-brad. Eno eman ar Skoloted hag ar Sueved o peuri o chatal. Er goanv e kleuzont toullou en douar pe e-kreiz an teil hag e c’hourvezont e-barz d’en em virout diouz an anoued[161]. A-vec’h ma c’hounezont douar pa vevont, dreist-holl, diwar kig, laez ha keuz. Dre breizerez ha forbanerez eo e teu d’ezo o holl binvidigeziou. An amzer na da ket ganto da gantren war varc’h a gasont er gêr o ren buhez gadal ha didalvez. Betek mezvi ez evont died, betek stambouc’ha e tebront boued. Endra ma pad an deiz e kouskont hag an noz a dremenont o c’hoari dinsou. War eun taol dins e lakont en arvar o frankiz o-unan ha frankiz o gwreg hag o bugale[162]. Hir ha bras ar c’horf anezo, nemet pounner eo ha gleborennek. Torkulet eo o divesker dre re-varc’hegez, behinek ha gwak o c’hig dre re-zidalveza ; teo o c’hof dre re zibri hag eva. Gwenn-damloued, blouc’h ha yen o c’hroc’hen[163], talfasek, sklosennek ha chatalek o dremm, marvelen-disked o bleo a gouez en o c’herc’hen hag en o choug dibleg ha dirodell[164]. Damc’hlas o daoulagad bras-bourbell, n’eus er sell anezo na krakted na meiz. Ganas int, skoachet, dizeven, garo, brouezek, dienor.


An eosterien goularz ha mel[165].


« War glann ar mor, eme Vindosêtlos, em eus gwelet paotred ha merc’hed o c’hoularsa. Gwenn gant brizennou e-leiz ar c’hroc’hen anezo ; henvel o bleo ouz aour melen-gwenn ; kunv ha dic’hoarz o dremm, n’eo tamm dic’hrad da arvesti. E logellou krenn-begek graet a rusk bezo e vevont.

« Peurc’holôet eo ar vro en he diabarz gant koadou teo a vezo, a dilh, a zero. O redek dre ar c’hoadou-ze tud henvel ouz eosterien-c’hoularz an arvor. Nemet mel an hedou gwenan gouez eo a vez eostet gand ar re-man. Artos a spisa d’ezo ar gwella ruskennou. Gant-se e gehelont hag e reont anezan Viduklevos[166].

« Diskennet em eus e-touez an dud-ze, eme Vindosêtlos, dre ma ’z int eeun ha dizrouk. Ken gwazed, ken maouezed, ken paotred, ken plac’hed yaouank, holl ez int mat, habask ha degemerus[167]. En difraostadennou, er parkou hag er c’hêriadennou anezo eman eur peoc’h bras o ren, pa na glever ganto na garm na dael. Mammou a zeuas da ginnig d’in o bugaligou a oa klanv. Outo e stekis ar bir, evel m’oun bet kelennet ganez, hag o farea. Ha sed ar vugaligou o c’hoarzin ouzin en eur ober daïk, ar mammou o pokat d’am daouarn ouz va envel dêvogenos[168] ; an henaourien o kinnig va azeuli. — « Na azeulit ket mevel ar bir[169], a liviris d’ezo. Hogen, azeulit ar bir ha mistri ar bir, ar re o deus hen stummet, doueed peurouiziek an nenv. »


Enezenn an dud bleo-ruz[170].


« E-kreiz ar mor, eme an den yaouank, e tiskulias va sellou eun enezenn, roc’hellek, serz ha gouez, kribellet a veneziou, golôet a goadou, marellet a lennou, ervennet a stêriou, a froudou, a wazredennou. E rann hanternoz an enezenn-ze ne gaver na mel na gwenan, gand ar re-yenien. C’houec’h mizvez noz ha c’houec’h mizvez deiz o ren eno. Tud bleo-ruz, mentek, kroc’hennet-gwenn, krenv, nerzek ha gwevn, o veva en enezenn. War run an traoniennou e keviou rec’hier e reont o annez[171]. Kig pevarzroadeged hag evned eo o magadurez. Heiz, kerc’h ha mell a c’hounezont dre nebeut. Dister o bividigez, hag i hag o gwragez gwisket pinvidik gant foulinennou kaer[172]. Seder int, safarus, degemerus ha buanek.


Enezenn ar Staen.


« Eun enezenn all a zo er mor diouz tu ar c’huz-heol da houman, eme an den yaouank. Bras eo ha frouezus, nemet distuz ha dic’hounid e vez lezet an douarou enni. Tud verr-ventek eo an enezidi, striz ha hir an dremm anezo, hag o bleo du-pod ha rodellek[173]. Glas-holl o c’horf, o dremm, o izili ar re o chom er rann-greisteiz ; ruz-gwad o c’horf, o dremm, o izili, ar re o chom er rann-hanternoz. Gand ar glaston (pastez) en em liv ar re genta ; en em libistra a ra ar re-all gant bloneg gavr ha dourennou diwar doareou-irin a gaver stank en o c’hoadou[174].

« Er mervent d’an enezenn-ze eul ledenezenn vras oc’h en em astenn e-kreiz ar mor. Hag er c’hrec’hiennou, e rec’hier an aod ouz he bevenni toullou ha toullou c’hoaz a-ganchou. Ac’hano eo e tenner ar staen eus goueled an douar. En enezennouïgou nes da veg al ledenez-se ez eus plegiou-mor hag oufou gwaskedet-mat ma vez heoriet enno eun engroez bigi ha listri[175].

Enez an Aour[176].


« Eun drede enezenn am eus gwelet er mor, er c’hornog d’an hini emoun o paouez komz anezi. Ar bella eo a gaver pa gerzer war-du ar c’huz-heol. Enni e tastumer a-varr al leur-zouar eur c’halz aour souezus. Mailhed eo tud an enezenn da deuzi ha da labourat ar metal-ze. Troiou-gouzoug a dalvoudegez vras a reont gantan[177]. Briz-liou ar bleo hag ar c’horf anezo dre m’en em livont e lïes doare gant dourennou diwar louzaouennou o kreski en o enezenn[178].


Rann-ved ar brezel.


« Tad, eme an den yaouank, er c’hreisteiz d’ar broiou ha d’ar poblou emoun o paouez komz anezo, em eus gweladennet kalz a re-all, re hir diskleria d’it diwar o fenn. Rak, a-c’haoliad war ar bir, em eus gournijet eus mor-Bras ar Sav-heol da vor-Bras ar C’huz-heol, holl gevrenn-greiz ar bed. Enni eman o veska eun niver dreist-kred a bobladou hag a veuriadou, o prezeg en eun niver dreist-muzul a yezou. An abeg d’al lïested-ze a boblou hag a yezou, d’ar builhded-ze a dud eo klouarded an temz-amzer ha frouezusted an douar. Di e tired tud eus pevar c’horn ar bed, ma tigouez dalc’hmat da neb a berc’henn douar beza argaset ha diberc’hennet gant re-all nevez-deuet. C’hoant a-walc’h ganen da envel ar rann-ved-ze rann-ved ar brezel, rak enni, gwaz eged e nep lec’h, eman ar brezel oc’h ober e reuz. Diarzao e ren eno, hanv-goanv, noz-deiz. Envel ar rann-ved-ze rann-ved an trei-mistri a rafen laouen ouspenn. Rak d’an drec’hourien, d’an dalc’hourien hizio eman tonket beza an drec’hidi, an dalc’hidi warc’hoaz. Kerkent diskaret ha savet, kerkent savet ha diskaret ar c’hêriou eno. Eus eur rummad-tud d’egile e kemm an anoiou warno hag, a-unan gand an anoiou, stumm ha boaziou an dud o veva enno[179].


Douar an Impalaerdedou.


« Pelloc’h er c’hreisteiz, en arvoriou ha war c’hlann ar stêriou, em eus gwelet kêriou bras savet en o fez a vaen hag a bri[180]. Ker stank enno an tïez ha bili en teven-mor pe en naoz-froud ! Trec’h d’an tïez-se anneziou-meur an doueed hag ar roueed, evel krec’hiou da vein-bili ! Gand an heol e vez tommet o mogeriou d’ezo, ma teuont tomm-grizias. En diabarz-vro, war an henchou, ez eer ebiou da dud a gant ha kant gouenn, digaset di dre genwerz pe vrezel. Armeadou, enno soudarded dre viliadou a viliadou, a vez dastumet gant roueed ar c’hêriou. O beli a skignont da bell hag e savont impalaerdedou bras. En em dremen a reont da roueed ar bed[181].

Enezennou mor ar C’hreisteiz.


« E mor ar C’hreisteiz[182] ez eus enezennou ha na vez ket a c’hoanv enno. Ker klouar da beb amzer an temz-hin anezo ma vev an dud ez noaz[183] ha ma kouskont e-pad an noz emaez o zïez dindan ar stered hag an amzer. Ker puilh ar frouez en enezennou-ze ma vez a-walc’h anezo da vaga an dud ; poan ken d’ar re-man nemed o c’huntuilh[184]. N’eus na loen fero da stourm outo, na enebour da zizarbenn. N’o devez ken preder an enezidi nemet c’hoari ha dihuedi o amzer. Kurunennou plunv en o fenn, garlanteziou bleunv en o c’herc’hen ez a ganto an holl zervez da gana ha da gorolli ouz son al lourenn hag ar fleütou[185].


Bro ar Re-zu.


« En tu-hont da vor ar C’hreisteiz ha da zouar an Impalaerdedou en em astenn gouelec’hiou dizour ha garo. Eno e teraou bro ar Re-zu[186]. Aour da zastum a zo enni[187], ha glazarded ha naered kement anezo ma c’hellont lonka kirvi hag oc’hen. E dalc’h ar Re-zu eman holl gevrenn-greisteiz ar bed, adaleg arvor ar mor-Reter beteg arvor ar mor-Kornog. D’ezo, en o fenn diweuz teo war astenn, eur fri tougn, fronellou ledan, kroc’hen du, bleo du, daoulagad du. Du pep tra enno nemet o dent ha gwenn o daoulagad. Diwar gozed, logod, merien ha kilheien-raden e vevont[188], hag ouspenn, diwar kig ar gurlazed hag an naered emoun o paouez komz anezo. Ez noaz-dibourc’h ez eont, rak ker bras tommder a zo er rann-ved ma vevont n’oufe an den gouzanv eno dilhad war e gorf. Tud a wall-vuhez ez int, lontek, diek, erezus da welout. A-ouenn d’ezo dougen en o fenn arouez ar sklavelez[189].


Dilisma[190].


« Setu aze penna pobladou am eus gweladennet, eme an den yaouank. Hogen n’hellan ket tevel war ar pez am eus gwelet, p’ edon o tistrei aman :

« Eur strollad enezennou eo e-kreiz ar mor er rann-ved hanternoz ma vevomp enni, hag, e-kenver penn-kreisteiz an enezennou-ze, eur gompezenn ec’hon. Daoust n’em boa ket treuzet ar mor-Bras a vevenn ar bed, e kavas d’in da genta ez oan digouezet gand inizi ar re Wenvidik. Rak enezennou am eus kavet eno, hag int henvel ouz ar re ac’h eus ken alïes taolennet d’in.

« Ha n’eo ket Likkoleuka an enezenn gaer-ze a vez dameuc’het ouz an tornaodou gwenn anezi bannou an heol[191] ?

« Evel eur gedour eman en he sounn er Reter a-zirag an enezennou all. Bep beure, pa zeu bannou an heol da skei ar rec’hier m’eman diazezet warno, e sav diouto eun hesonadenn doun ha leun a veurdez[192]. En eur dridal e kan an enezenn he meul a zevez-mat d’ar Rod.

« An enezenn bleunvet-holl a zo en a-drenv hag o voudal enni, a veure da noz, kanadeg laouen ar gwenan, ha n’eo ket Medumagos ez eo-hi[193] ? Houman all, alaouret eus eun arvor d’egile gand an edegou, ha n’eo ket Itulanda[194] ? Aballomagos[195] am eus gwelet ; enni e sked dour an eienennou hag ar gouerennou evel arc’hant rik e-kreiz glasvez ar pradou, an avalenned hag an ivinenned[196]. Nes d’ezi Morividus[197], gwenn-holl dindan koabrennou arc’hant hec’h oabl, dindan deliadur finvus ha skanv he gwez evl, haleg ha bezo. Dre gant kanol e sav ar mor e-kreiz he c’hoadou, ha dre gant beg-douar e tiskenn he c’hoadou e-kreiz ar mor. En he diavaez, war an traezennou bevennet a eon-mor, e kerz bagadou kirvi[198] ; en he diabarz, e c’hourlamm an eog e-mesk deliou an haleg ; hag ar reunig, o tivora, a c’hourvez war al leton e disheol gwez he nevedenn-greiz[199].

« Nepell ac’hano em eus anavezet Dêviata[200] dre an dervennegou anezi uhel ha doun, ha Vindomagos[201] dre he c’hrenvlec’hiou gwenn gand ar vrezelourien henvel ouz doueed oc’h ober ged war ar mogeriou. Ar berlezenn a ro hec’h ano d’an holl enezeg, Dilisma, he deus, goude, displeget dirazoun he c’hrec’hiennou glas hag he hir-devennou golôet-holl a verc’hed bleo-rodellek. War ziouskoaz pep merc’h eur vantell vras, graet gant plunv ha marblunv elerc’h[202]. Kel lïes alarc’h a lavarfes, ker gwenn ha ker kaer ha ma ’z int ! Pa ziwiskont o mantell e weler neuze o sae, a zo henvel al lïesliviou anezi ouz ar re a vez o skedi, en eun devez-heol, en aezenn a sav a-ziwar al lammdouriou. Diaes lavarout pehini eo ar c’hoanta, pe ar sae sked-disked he liou a zo en o c’herc’hen, pe ar bleo melen seizhenvel a zo en o fenn.

« En distro hag ar pella war-du ar C’huz-heol, em eus gwelet Rouda ma ’z a di bep noz an heol da ziskuiza. Ruz-flamm an tornaodou maen kalet anezi, na baouez ket an tonnou-mor a skei gand o zroad nag ar fru a c’hlebia o fenn. War donenn c’hlas an enezenn-ze e weler eus a bell evel koabrennou aour en o gourvez difinv ha digemm. Koadou skao-gwrac’h[203] eo, a gredfen, o waskedi ec’hoazlec’h an heol[204].

« Beza a-walc’h e ve ar gompezenn vras er c’hreisteiz d’an enezennou-ze Magounia[205], annezlec’h an doueed. Eno e voen diskennet gand ar bir en eur frankizenn e-kreiz gwez tilh hag onn. Daou grenn-baotr, o zreid en eur waz-dour, a oa eno o kuntuilh beler. Noaz an divrec’h hag an divesker anezo. En o c’herc’hen eun doneg verr lïesliou a dize o hanter-vorzed ; stardet ez oa en o dargreiz gand eur gouriz ler. En o fenn eur bleo liou-melen-kaer na ziskenne ket izeloc’h eged ar gouzoug ; gant rodellou ar bleo-ze edo kuzet ouzin o dremm, daougrommet m’edont war an dour ma labourent ennan. Pa zeujont da zigromma e welis o dremmou. Kaer ez oant, ruspin ha her, enor hag eeunded o ene o skedi en o daoulagad glas.

« Pelloc’hik, eur frankizenn ec’hon leun a saout. En he c’hreiz eun ti bras, meur a di bihan en e dro evel m’eman he evnedigou en-dro d’eur yar. War an ti eur vat a dôenn soul nevez hag, e mogeriou anezan, eur gwiskad pri flour o luc’ha a veur a liou[206]. Diou blac’h yaouank gwisket e gwenn a zo deut emaez an ti. Mont en unan eus al logellou a rejont ha kemerout enni kelourniou, hag int da c’horo saout. Ha me war o lerc’h. Diaes, zoken er vro ma komzan, kavout merc’hed bravoc’h mentet ha kaeroc’h neuziet eged an diou-man. En o fenn o-diou eur bleo melen kaer o c’holei o diouskoaz hag o tivilha beteg o dioulez. Eur gouriz arem skedus, ledander d’ezan gant treuz an daouarn, o starda o dargreiz. Dudius o gwelout o labourat, dudius o c’hlevout o prezeg kenetrezo hag ouz o buoc’henned ; flour o mouez pa ganont ar ganaouenn-c’horo[207].

« Bet oun tre e-barz an ti bras. El lec’h-enor eur c’hadour-meur, e zaoulagad glas, neuz eur roue warnan. E-harz e dreid eun hordennad raoskl, stuc’hennou erer, eur sac’hig ler leun a vroudou saeziou arem gourdreinek, ha traezou all c’hoaz. Ar c’hadour a gemere ar raosklennou an eil war-lerc’h eben, o faoute, o askenne, o stuc’henne, o broudenne gant peb a vroudenn arem.

« War sav en e gichen eur vaouez kaer meurbet a welis, ma skede evel aour nevez-lufret ar bleo anezi plansonet en nao nac’hennad[208]. Edo gand eul loa hirdroadek o veska yod-kerc’h. Bez’ ez oa, ouspenn, war an tan eur gaoteriad kig hag eur beriad evnedigou o kraza ouz ar flamm[209].

« Seiz bugelig bleo-melen a welis war al leur-di. Edo eun eizvet gourvezet ouz ar voger. Nesaat outan am eus graet, ha dam-sevel ar c’hroc’hen louarn e c’holôe. O welout n’en doa nemed eun derzienig skanv, a oa o vont dioutan buan, n’em eus ket graet war e dro gand ar saez.

« Dont a reas neuze en-dro d’an ti an daou grennard o fakad beler ganto, ha, war o lerc’h peuz-kerkent, an diou blac’h. Ha setu an holl dïad gand o fred, an tad hag e vibien en eun tu d’an oaled, ar vamm hag he merc’hed en tu-all. Manet oun e-pad o merenn, bec’h ganen mont diouto.

— Ar gwad eo a save ennout e vouez, eme an doue. Nes d’it eo an tïad-se. An daou grenn-baotr ac’h eus gwelet o tastum beler eo da zaou vreur, Evos[210] ha Toutos[211], pemzek ha pevarzek vloaz a oad. An diou blac’h o c’horo saout eo Magala[212] ha Bodia[213], da ziou c’hoar, an nesa d’it dre an oad, p’o deus gwelet an eil hag eben c’houezek hanvez henvel ouz heman. Ar c’hadour-meur o stumma saeziou eo da dad Kintus, mab Aedoviros. Ar vaouez kaer a oa gantan eo da vamm, Kamula, merc’h Kamulos. Hag an eiz bugel war al leurdi da vreudeur ha da c’hoarezed yaouanka eo ez int !


————


Kentel ar Bed.


« Ha breman, o mab, eme an drouiz, lavar d’in ar gentel en deus kanet d’it ar bed ».

Vindosêtlos a eilgerias : « O tad, o mestr, lïes kentel a zo e kan ar Bed, hogen n’eus ennan nemet unan hag e ve poellek he selaou. Krenvaet gant da zeskadurez, sklêriet gant da ouiziegez, bleniet gant da furnez, hounnez eo am eus dalc’het em spered ; ar re-all, avat, am eus losket da vont.

« Gouennou kaer, mat hag eeun am eus gwelet bet kaset da get dre vrezel gant gouennou hakr, divat ha gaouiad. Tud am eus gwelet o koueza, hag int dellezek da veva ; tud am eus gwelet o veva hag o c’hourdrec’hi, hag a garje an Douar o lonka, hag a garje an Tan o fulluc’hi !

« Nann, n’eo ket ar bed-man bed marzus ar C’hornog gand e voger aer didreuzus da gement nerz-enebour a ve[214].

« E dalc’h ar gouennou fall eman ar bed-man. Kreski ennan hag ober berz a reont. En em astenn a reont ha kerzout drezan en o frankiz eus an eil penn anezan d’egile.

« Tankorix[215] n’eo aman nemet eur rouanez digurunennet, eur rouanez dindan dec’h ha lakaet an hu warni hag o redek diarzao bagadou bleizi war he lerc’h.

« Merc’h Sedos[216] n’he deus ket a zifennourien er bed. N’eus nemed ar re zinerz a gement o dije koun eus hec’h ano, ha c’hoaz hepken e-keit ha ma vezont dinerz.

« Etre Azia hag Europa em eus gwelet ti-meur Mestr ar Bed. Eur menez eo, kleuz, moal, divent, kanvaouüs da welout. Pennou maro war e c’horre, pennou maro en e ziabarz, pennou maro ouz toull e zorojou, peb a benn maro war ar peuliou eus ar c’harz tro-dro.

« Di em eus gwelet Mestr ar Bed o tont d’e bred. Eun doue dall eo, mantrus e nerz. Klopennou ar c’hibou-eva anezan, ha gwad enno da evadur. Eskern e ziskou, ha da voued warno kig mab-den. Kroc’hen tud lazet an douzier war e daol. Êrevent war e dro oc’h ober da vevelien, êrevent o ren e daoliou en emgann !

« Heman n’eo ket eur bed ma c’hallfe an den gwenn beva ennan dibreder, distourm ha dilabour. Ec’hoaza e-tal ar buoc’henned, pleza bleuniou gand ar merc’hed, kana, telenna, mellat war ar c’hlazenn, evneta er c’hoadou, kement-se ne zere ket...

« Beza mat n’eo ket a-walc’h, red eo beza eveziek. Beza eveziek n’eo ket a-walc’h, red eo beza nerzek. Hogen, n’eus ket a nerz hep gouiziegez. N’eus ket a ouiziegez hep klask na poellad.

« N’eo ket a-walc’h beza gouiziek, ha nerzek hag armet-mat hag atao war evez, ober ged noz-deiz e pep toull-ode, e pep roudour, e pep porz-mor, e-tal pep marc’had, war ribl an henchou hag ar gwenodennou, e lein ar c’hrec’hiou hag ar begou-douar, war glann ar plegiou-mor :

« Neb na argad a vo argadet. Neb na c’hourdrec’h a vo gourdrec’het. Neb na gresk ket a vo krennet. Neb na laz ket a vo lazet...

« Setu ar gentel a gan ar bed, o drouiz ».

An drouiz a lavaras :

« Da veuli a ran, o mab, dre m’ac’h eus klevet ar gentel c’haro a gan ar bed ;

« Dre m’ac’h eus anavezet, dindan kroc’hen an den daou-droadek, ar bleiz pedergarek ;

« Dre m’ac’h eus merzet, a-dreuz da gudou flour ar sellou, ar ratoz-laza a zo er penn ;

« A-dreuz d’ar gweenn hegarad, an dremm trellet-holl a gasoni ;

« E-kenver an dourn dehou o tigas d’it rôadou, an dourn kleiz o tic’houina ar gougleze.

« Gwir-vestr ar bed ac’h eus gwelet, Katus Dall[217] a vrev ar brôadou hag a laka da lenva ar mammou.

« Henvel ouz an dud wenn an doueed wenn. Gwell ganto ec’hoaza e-tal o buoc’henned, plezenni bleuniou d’o c’heneilezed, kana ha telenna, mellat war ar c’hlazenn, mont da evneta er c’hoad.

« Ar ramzed du a zo anezo, avat ! Da bep mare e kren an douar en eur luskella evel ar mor. Ar ramzed du eo a labour. Na noz na deiz ne baouezont. Panevet e stourm an doueed outo, eman ar bed o vont war zispenn en eun taol krenn.

« Ar gwall-ouennou a c’hoarvez ganto evel gand ar ramzed. Nemet ha mont d’ezo a rafe evid o dizarbenn hag o diouenna, argaset ha diouennet ganto e vo da ouenn, o Vindosêtlos.

« Neuze e welor kadourien evel da dad, paotred yaouank evel da zaou vreur astennet divuhez war an aod ;

« Maouezed evel da vamm, merc’hed yaouank evel da ziou c’hoar, o vont da sklavezed tud du ha hudur.

« Diboblet e vo an enezennou kaer ac’h eus gwelet. Hep safar tud, hep garm vugale e vano an douar-bras.

« An diwez war gement a garomp, o Vindosêtlos !

« An termen da gement a ra eurvad ha dihued hor buhez !

« Da veuli a ran, o mab, dre m’ac’h eus gouezet klevout ar gentel c’haro a gan ar bed ».

Lavarout a reas neuze an doue da Vindosêtlos n’en doa netra ken da ziski d’ezan hag ez oa peurc’hraet e gelennedigez. Kement gouiziegez a hallje-hen degemerout digantan en doa degemeret ha trec’h ez oa deut en-dro eus an teir arnodadenn : harzet en doa ouz mouez merc’hed an eienenn ; dizarm e-kreiz armeadou an enebourien, en doa diskennet red ar stêr ha n’he doa ket krenet e galon ; ergerzout ar bed en devoa graet ha tra n’oa manet gantan en e greiz eus an traou hudur en doa gwelet.


An noz loar-gann en enez Abalos.


An noz-se, dre e hunvre, e welas Vindosêtlos o tont da wir diougan an doue. Gwelout a reas :

Eun niver bagou war ar mor. Eun engroez enebourien en aod. Korfou gwazed dibennet leiz an douar. Pennadou-bleo tud e-skourr ouz beg pep goaf[218]. An tan-gwall o wasta peb enezenn hag an douar-bras. Gwragez ha merc’hed yaouank stlejet war-du ar bagou. O dremmou gwenn a drôont outan, o divrec’hiou a astennont etrezeg ennan. E c’hervel a reont en o enkrez. Eus holl wazed o gouenn ne chom ken nemetan d’o difenn.

Gand an nec’h, an anken hag an droug a oa ennan e tihunas Vindosêtlos. Sevel en eul lamm a reas ha mont er-maez eus e logell. Er-maez eus kloziad Vissurix ez eas, er-maez eus mogeriad vras Moridunon, hag hen o kerzout dindan an dero hag an tilh beteg ar mor. Noz al loar-gann ez oa ha sklêr edo anezi evel war greiz an deiz. Gwenn-laez ar mor, sioul ha kompez an dour ennan evel eul lenn, eus an diabell-gweled da droad uhel-dornaodou gwenn an enezenn[219]. War gribenn an tornaod ec’h azezas Vindosêtlos, hag eno e vanas ken na vije peurdreantet gant nerz ha glanded an noz. Neuze e welas o tarza a-greiz ar mor eun dra bennak du hag euzik. Eun êrouant ez oa, pe mar deo gwell ganez, eun naer vras-divent hag a neunve, savet he fenn a-us d’an dour. He dent a lugerne en he geol damzigor ; sav-dizav edo he c’hein, hag e stoke he lost ouz an dremmwel. Eeun-tenn e skôe war-du an aod. Edo en he menoz peurzispenn an enezenn en noz-se ha laza kement a oa beo enni.

Vindosêtlos a welas eun dra all : eur c’hadour bras ha kaer ha peur-noaz o tonet a-dreist d’ar mor. Ruilha a rae diou rod e garr-emgann war c’horre an dour evel war eul leurenn galet[220]. Ken herrek hag an avel gornog e rede e gezeg ruz-tan. An naer a glevas ar c’hadour o tont. Ha hi o tistrei outan. Skei outan a eure gant he fenn war eun dro ha gant he lost, o venna e vrevi hen, e garr hag e jaoed, e gweadennou e gorf bras-iskis. Hogen, evel eur gorventenn e tremenas ar c’hadour warni. Karnou-treid ar c’hezeg a faoutas d’ezi he fenn ha gant rodou ar c’harr e voe graet pemp tamm eus he c’horf[221]. Beuzi a reas an tammou en dour hag ez ejont d’ar strad en eur ruzia ar mor. Ar c’hadour a zalc’has da vont war red etrezeg an enezenn. Vindosêtlos a glevas trouz-taran e garr hag e gezeg o pignat gand an teven. Santout a reas an enezenn o plega dindan samm ar brezelour hag ar stern anezan.

Hag hen d’o c’hlask. Diouz roudenn an hent o doa kemeret e tamgrede e pe gorn eus an enezenn o c’havje. A-bouez kerzout eur pennad e tigouezas e bevenn eur frankizenn vras e-kreiz ar fao hag an dero. Brasa frankizenn Abalos ez oa-hi ha kement loen pevarzroadek a oa en enezenn a ziskoueze beza en em zastumet eno en noz-se. Demmed, yourc’hed, kirvi, kirvi-meur o peuri geot a dorkadou ! Er vevenn edo bagadou moc’h-gouez o tibri mez ha finij. A-ziwar ker bras grounnad loened soroc’h ebet. Ar moc’h-gouez zoken a vane war dav.

Hec’h-unan-penn e-kreiz ar frankizenn e save eur wezenn[222]. Dindani e welas Vindosêtlos ar c’hadour en e goazez, kroaziet e zivesker, harp e gein ouz ar c’hef. Ar c’harr gand e zaou varc’h ne welas ket eno, hag e kavas d’ezan en doa ar c’hadour o lezet en aod.

Mont d’ar wezenn a eure Vindosêtlos. Tro-war-dro ha beteg ouz treid ar c’hadour ez oa deut da c’hourvez kirvi a beb gouenn. En tu dehou d’ezan eur penn-moc’h gouez bras, serret e zaoulagad, a ziskoueze beza kousket. D’an dourn kleiz e welas Vindosêtlos eul loen all, luc’h daou eteo-tan en e zaoulagad, ma voe souezet ouz e gavout eno. Eur bleiz eo ez oa. Hogen n’eus na bleizi, nag arzed, na naered en enez Abalos.

N’eo ket an noz loar-gann eun noz evel ar re-all. En e grenva e vez en noz-se kement beo a zo[223]. Vindosêtlos a grogas en daou zemm, unan e pep dourn, dre o diouhar a-drenv[224]. O dibrada a reas ha dre skei ganto a-zehou hag a-gleiz ar c’hirvi all e reas d’ezo sevel en o sav ha digeri hent d’ezan beteg ar c’hadour.

« Karet em bije, eme ar paotr yaouank, beza ez kichen war ar mor da vrevi penn an naer.

— Eur gefridi all am eus da fiziout ennout, Vindosêtlos, eme ar c’hadour. An naer emoun o paouez laza he deus lezet e strad ar mor re vihan stank-diniver. Brasaat a raint ha peurwalla ar bed. Red-holl e vefe kelennet eur bobl da stourm outo. Selaou am eus da lavarout, va mab-bihan. »

Trei doare a reas ar c’hadour, ha, sebezet, ar c’hirvi a savas hag a bellaas dioutan. Edo breman dre e vent par d’ar wezenn. Ar skoultrou anezi en doa pellaet a-zehou hag a-gleiz evit ober ec’hon d’ezan. En e c’houzoug tri fenn meurdezus gwisket warno talgen aour hag arc’hant ar roueed. War-dav e vane ar penn dehou hag an hini kleiz. Sellout a raent a-dreist d’ar c’hoadou ha d’ar mor, an eil oc’h evesaat ouz rouantelez an doueed, egile oc’h arvesti rouantelez ar re-varo. Hogen, war-du rouantelez ar re-veo edo tro ar penn-kreiz[225]. Heman a selle ouz Vindosêtlos hag a gomze outan.

Setu aman petra a lavare :

« E kenta yaouankiz ar bed, em eus engehentet eur ouenn evit ma kendalc’hje gant va labour dre ar bed, evit ma skarzje dioutan ar gwall-viled hag an dud fallakr, ma raje anezan douarou-ed ha peurvanou-saout, m’her poblje a dudou leun a eeunded hag a gened. Diwar ar c’houblad gevelled peur-reiz am eus engehentet, ez eus savet kant pobl o deus en em skignet war an douarou-bras hag en enezennou, adalek skournredennou an Hanternoz betek gouelec’hiou tanek ar C’hreisteiz. Addalc’het o deus gand al labour am boa boulc’het, her c’has da benn n’o deus ket graet avat. Re a zouarou o deus kemeret, d’ezo da c’hallout o fobla. Re a boblou o deus trec’het d’ezo da c’hallout o diouenna. En em skuiza o deus graet oc’h emganna hag o labourat, o laza hag o tizarbenn. Mennet o deus kaout mevelien ha sklaved, labourerien-douar ha micherourien, pa felle d’ezo tanva hep brezeli c’houekted ar peoc’h hag ober o gounid, heb en em striva, eus madou ar bed. Espernet o deus va enebourien hag o degemeret da sujidi. Dre en em veska ganto, o deus ankounac’haet va Lezenn. Gant-se al labour a oa bet boulc’het a zo bet paouezet, ha, goude, peurzilezet. Kresket d’ezo e gwarez va gouenn, setu o deus adarre ar gwall-ouennou en em skignet dre ar bed ha hizio eman pep tra da adober.

« E-touez ar bagadou e koadou an Hanternoz, a zo manet gwirion d’am Lezenn, e tilennin ar seiz kaera, ar seiz krenva, ar seiz gwella. O c’henvoda a rin en eul lec’h hag o c’henstrolla en eur bobl, ma vo ganet diouti eur ouenn nevez a adkrogo gant va labour hag a zalc’ho ganti ! Hogen, red eo d’ar ouenn-ze beza henchet d’he c’hefridi. Mat ha gwirion eo va mibien. Nemet ne ziskredont ket war an droug hag ar gwall-stignou. Hag int dougetoc’h da garout eget da gasaat, da ginnig o dourn eget da skei. Red o c’helenn ha te eo a c’halvan d’hen ober. »

Bodiakkos[226] a rôas da Vindosêtlos e gemennadur ; diskulia a reas d’ezan kement a dlee da ober. Evel-se e voe peurdremenet an nozvez, ha, d’an tarz-deiz, ez eas pep-hini anezo dioc’h e du.


An ergerzadenn da nevedennou ar C’hreisteiz.


En diskar-amzer-ze e kuiteas Vindosêtlos enez Abalos a-gevret gant Belenos. Heulia a reas an doue-ze en e drôad bloaziek dre e nevedennou eus ar C’hreisteiz[227]. An hent a rejont o vont a-dreuz d’an aer a-c’haoliad war gein an elerc’h[228]. Eus an ergerzadenn-ze eo e teuas en-dro gant Vindosêtlos da vro an Hanternoz daouzek rod aour al Lezenn, a zo bet miret abaoe e nevedenn Abalos. Rodou aour al Lezenn a reer anezo dre ma’z int en aour fetis ha ma ’z eo enskrivet warno an holl Lezenn el lizerennou a veze neuze e boaz er C’hreisteiz[229]. Ar rôad ez oa a rae mibien Vanos en em ziazezet war glann mor ar C’hreisteiz d’o breudeur savet ganto o annez war glann mor an Hanternoz.

War o distro, evel m’edo Belenos ha Vindosêtlos o paouez treuzi menez Alba[230], e tiskennas an elerc’h m’edont war o c’hein en eur prad war hed eur stêr vras. War riblenn ar stêr-ze e welas an daou ergerzour eun den yaouank o sanka eur penn ejen en eun higenn vras en arem. Stag ez oa an higenn ouz eur chadenn[231] ha penn ar chadenn skoulmet en-dro da nao gwezenn. Taolet an higenn en dour gand ar paotr, setu e krogas enni eun naer-zour vras-divent. He zenna d’an douar a reas an den yaouank ha faouta d’ezi he fenn a-daoliou bouc’hal. War a zanevellas an den yaouank d’an doue ha d’e geneil, p’edo war e dremen en draonienn-ze, ez oa bet truezet o welout pegen mantret ez oa an dud eno. Gwastet ez oa o holl eostou gand an naer hag e lakae an anal flêrius anezi ar vugaligou da vervel[232]. Graet gantan e venoz, eta, d’o dieubi diouz ar walenn-ze ! Rênos, mab Liros, eo a raed eus ar paotr-ze ha dre anaoudegez-vat d’ezan ez eus bet rôet gand an dud e ano d’ar stêr[233]. Vindosêtlos a lavaras d’ezan mont en Hanternoz, da di e dad, hag en dije eno degemer-mat. Di e lavaras ez aje d’e gaout.

Kerkent ha ma voe aet an daou ergerzour en o raog, e stlejas ar paotr yaouank korf maro an naer en eur c’hoad gwez pin leun a grugellou merien. Ez verr e voe debret an naer gand ar merien na lezas diouti nemed an eskern. Lavarout a reas neuze ar paotr yaouank d’ar Skaled, ma teuje d’ar sec’hor lakaat o eostou en argoll, n’o dije ken d'ober nemet teurel dour war eskern an naer hag e kouezje glao raktal war o farkou[234].


Dimezi Vindosêtlos.


A-benn eun nebeut amzer goude, e welas tud Tastris[235] eur vagig o tont war vor eus ar C’huz-heol. Enni eur paotr yaouank kaer, melen e vleo, gwenn e zilhad, eur vanal-ed gwiniz dirazan[236]. Lavarout a reas d’ezo ez oa Vindosêtlos e ano, hag hen mab d’o roue. Eun ano a gelou mat e kavas d’ezo ez oa e ano, ha, gounezet o c’halon dre e gened, e rejont d’ezan ar gwella degemer. Pa daolas e droad war an aod, e teuas laouen an douar. Eus doun o zïez a c’hlazvez e vousc’hoarzas an diou zoueez ouz ar c’hadour yaouank, ouz an den yaouank gouiziek ha fur o tont en-dro daved e bobl. En arouez a zonedigez-vat e kasjont etrezeg ennan nijadegou koulmed gwenn[237]. Betek ti e gerent e voe amheuliet ganto. Hag eno, kludet ma ’z edont war e ziouskoaz, war diouskoaz e dad hag e vamm, e vreudeur hag e c’hoarezed, war gein ar buoc’henned hag an ejened, war dôenn an ti hag al logellou, war skourrou ar gwez, e voe leun-holl ar frankizenn eus o gwennded hag o grougousadeg.

Ar gwiniz en doa digaset a voe hadet gant Vindosêtlos er gwella park a oa e Tastris. Pa voe hadet, e gwiskas Kamula he brageriziou aour. Diskoulma he bleo a eure ha, gant he diou verc’h war he lerc’h, e reas tro ar park o heulia an holl ervennou anezan. Ha setu e pe zoare e kreskas, goude-ze, ar gwiniz er park : keit ha ker stank ar soulennou anezan hag ar blevennou e penn an teir maouez, ker melen an tanvouezennou outan hag ar mouead anezo pe aour o brageriziou, ker pounner ar greun ennan hag ar gwalennou en o c’herc’henn, en o diouvrec’h, en o daou-ufern treid[238].

Da herzel ouz loened pevarzroadek ar c’hoad da zont da baoata e winizeg, e savas Vindosêtlos en-dro d’ezi eur c’harz gant diou rezad peuliou bet lemmet ar beg anezo ha lakaet d’en em groazia. En eur c’horn e reas eur c’houdorenn gant barrou-gwez hag eno e tremene an holl zevez da zifenn ar park ouz drasterez evned. Eun deiz, war-dro kreiz an deiz, moredet dre nerz an tommder, e vanas kousket war geot an dalarenn, dirak toull-dor e c’houdor-lec’h. Hag ar brini war o api er gwez nesa, ha plava kerkent er park, nemet ne zalejont ket da dec’hout diwar nij, bet eur gerseenn ganto. Edo eur plac’h yaouank o tont eus ar c’hoad d’ar park. Uhel, sounn ha krenv ez oa evel eun evlenn yaouank. E-kreiz eur vodadenn-dud e vije aet hed he fenn hag he diouskoaz dreist d’ar merc’hed all hag he dije he c’hened tennet sellou an holl. Neuz-dalc’h, kerzed ha meurdez eur rouanez a oa d’ezi. Edo gwisket en eur sae wer hag e talc’he en he dourn fust onn eun arouezinti arem. Pa c’haolias garz peuliou ar park e tronsas he sae betek he daoulin hag ar brini du-peg a evezie he finvadennou a savas rec’h enno o welout he diouhar gwenn, krenv ha neuziet-kaer. Dont a reas da dal an den yaouank ha, hep diskregi diouz hec’h arouezinti arem, e soublas outan hag e lakeas he diweuz ouz e re[239]. Skanvoc’h stokadenn diweuz ar plac’h yaouank ouz diweuz ar paotr kousket eget hini ar valafenn ouz eur vleunvenn. Hogen kizennadou alaouret a-ziwar tro penn ar plac’h a gouezas war zremm Vindosêtlos. Ker kunv ha marblunv koulm ar flouradenn anezo, ker c’houek o c’houez-vat ha frond ar c’henta bleunv melion[240]. Gant flourad ar c’hizennadou kunv e tihunas Vindosêtlos. Hag hen sevel en eul lamm, lakaat e zaouarn e dargreiz ar plac’h ha lavarout :

« Te eo, e gwirionez, ar wreg edon o c’hortoz. Ha goude ma’m eus da welet ken alïes dre va hunvreou ne ouien ket penaos ober evit da dizout. Hogen drezout-te da-unan emout deut ha ne vo ken a zisrann etrezomp. »

Mousc’hoarzin a eure ar plac’h yaouank :

« D’it-te e vezin, emezi ; nemet, mar am c’harez evel m’az karan, e lakaïmp eun diviz.

— Pe ziviz ? a eilgerias ar paotr.

— N’he deus va mamm ganti merc’h all ebet ken nemedoun. Hec’h-unan-penn e ranko menel pa zimezin. Setu aman ar feuriad a garfen sevel ganez. C’houec’h miz a dremenin ganez ha c’houec’h miz all gant va mamm.

— Pe viziou a fell d’it tremen ganen, pe viziou gant da vamm ? emezan.

— Ar c’houec’h mizvez hanv ganez er parkou, emezi, ar c’houec’h mizvez goanv er c’hoadou gant va mamm.

— Garvat, tenvalat, rec’husat penn-bloaz an hini am lezi va-unan ! eme an den vaouank. M’hen tou dre an doue en deus engehentet va gouenn, buan ez kevred e tremenfe ar goanvez. An heol, an oabl glas, geizadeg an evned, glazvez seder an deilh n’em be tamm keuz d’ezo, ma c’hellfen gwelout luc’h da zaoulagad, sked da vleo, liou da sae ha klevout da vouez, o Ategena.

— M’hen tou dre an doue en deus va engehentet, eme ar plac’h yaouank, da garout a ran kement hag e c’hall eur plac’h a ouenn-vat karout he c’hendere ; dilezel evel-se, avat, keneilez ha karantez va bugaleerez, ar vamm he deus va diorrôet ha va diwallet, n’hellan ket ober. Ne vo ket ar c’houec’h mizvez goanv-se ken tenn da dremenn ha ma toujez. Ganez ez po da dad ha da vamm, da vreudeur ha da c’hoarezed, tud da ouenn da alïa ha da warezi, ar vibien anezo da ziorren ha da zeski. Hec’h-unan avat gand al loened fero e chomo va mamm er c’hoad yen ha dizeilh, panevet ez afen daveti. Mar nac’hfes ouzin va mennad, e ranno va c’halon a c’hlac’har gand ar garantez am eus ouzit ; eur predig ouspenn ne chomin ket, avat, o kenprezeg aman ; davet va mamm e tistroïn. Ar pok a roïs d’it ergentaouïk, evel m’eo bet ar c’henta, a vezo ivez an diweza az pezo bet diganen. »

Ar paotr yaouank a savas eur vorenn war e dal hag e voe taget gand an nec’hamant.

« Da vamm, emezan, a hall kaout bugale-all. Evel-se ne vezo ket hec’h-unan.

— M’hen tou d’it, eme ar plac’h, pa c’hoarvezo kement-se, e tistroïn davedout ha n’az kuitaïn biken.

— Garo ganen rei d’it da vennad evelkent, o va c’halon, eme Vindosêtlos.

— Garo ganen her goulenn, o va ene, eme ar plac’h ; ober a-hend-all n’hellan ket avat.

— Da vamm he deus graet d’in hegarad, eme an den yaouank. P’en em gaven va-unanig ha dizarm e-touez enebourien, e teuas d’am skoazella ha d'en em ganna evidoun. Mar em eus gallet mirout va buhez, d’ezi eo hen dlean. En abeg da ze ha dre ma ’z out-te ar plac’h a garan muia, ec’h asantan ober ganez ar feur-emgleo a c’hoantaez.

— Keuz n’az po ket, Tekos, emezi. Kement a gari ma vefen evidout e vezin, hag ar feiz a rôan d’it da zen n’em eus ket her rôet c’hoaz, da zen n’her roïn ez koude ; hag ar garantez am eus ouzit den-all ebet ne ouezo petra eo, rak gand ar maro ne vo ket torret al liamm am ere ouzit[241]. »

An heol a gemerjont da dest eus o c’henemouestla. Sanka a reas ar plac’h yaouank hec’h arouezinti e talarenn c’hlas ar park. He dourn a lakeas e dourn Vindosêtlos, hag, o stoui he fenn melen, e stokas he zal ouz brennid ar paotr yaouank[242]. Heman a bokas d’ezi teir gwech war beb-unan eus he dioujod ha teir gwech war he genou. E-keit-se ez oa diskennet didrouz ar brini er c’horn-park pella diouz an hini m’en em gave an daou yaouank. Kavout a rae d’ezo na vije ket taolet evez outo gant Vindosêtlos hag Ategena. Ar re-man o gwelas koulskoude hag en em lakeas da skei ganto mein ha tammou prenn. Nijal kuit a reas ar brini adarre.

Setu war ze o tont eus ar c’hoad eur c’harr skanv diou heizez ouz her stleja[243]. Graet ez oa kastell ar c’harr a wialennou haleg melen ha ruz kenweet ampart. A-zioc’h e save eur sel plunv evned[244]. Dindanan edo en he c’hoazez rouanez-veur ar Glen. Ren a reas he c’harr a-dreist brug ha raden beteg ar park ha herzel he jaoed a-zav e-tal ar c’harziad peuliou. Hag en eur wenc’hoarzin :

« Petra a gav d’it anezi, Tekos ? emezi. Ha diouzit eman ar verc’h ? Ha lidet e vezo ganeomp hizio eured roue ar Park gant rouanez ar C’hoad ?

— O mamm, emezan, hounnez eo ar plac’h a garan ar muia. Ha bihan n’eo ket, o mamm, emezan c’hoaz, va anaoudegez ouzit, rak, goude rei d’in ar vuhez, e rôez d’in, ouspenn, ar gaera hag ar wella keneilez. »

Eun douellenn-hud a voe lakaet gand an diou zoueez war ar brini d’o mirout da vont diwar ar barrou m’edont kludet. Hag int o zri da di ar roue. Kavet-mat e voe gand an holl an diviz o doa savet kenetrezo an daou zen yaouank. Eur c’hoziad hepken a ziskouezas a-c’houez d’an holl, beza drouk-laouen hag a yeas a-eneb d’an dimezi.

« Pelec’h eman ar pennou en deus trouc’het an den yaouank ? emezan. Pelec’h eman envorennou e daoliou-trec’h o testenia e gadarnded hag e ijin er brezel ? N’en deus gwir eun den yaouank da zimezi pa n’hall rei da c’houbenner d’e gefrisa penn trouc’het eun enebour d’e ouenn[245]. »

Gand an droug a oa savet enni e ruzias ar plac’h yaouank :

« Ha diboell ha dienor plac’h ez oun-me evit karout eun digalon ? N’eo ket hep rat d’in eo em eus graet va dius ! »

Rênos, mab Liros, a lavaras d’ar c’hoziad :

« An den yaouank-man, emezan, en deus kaset da vat enorus d’ezan an arnodadou bet lakaet warnan gand an doueed. E gadarnded en deus diskouezet ha laouen ez eo an doueed outan. Ha diêsoc’h e ve tremen diouzit eget diouz an doueed ?

— Pelec’h eman testeniou e gadarnded ? eme ar c’hoziad. Diorrôet eo bet pell diouzimp, ha den aman n’en deus klevet ano eus e guriou, den ne oar petra e talv ar vrec’h anezan. Diskouezet klopennou an enebourien en deus lazet ! N’oufe dimezi den yaouank eus hor gouenn ken n’en dije gourdrec’het eun enebour. Da lezenn e talv ar boaz !

— Da lezenn e talv, a drouc’has Vindosêtlos, ha n’eo ket ganen-me eo e vezo torret ! Ar pennou a zo ezomm evid ober an dimezi ne vo na hir na diaes o medi. »

Hag hen mont en e raog, daouzek paotr yaouank war e lerc’h e sell da veza testou eus e daoliou-kaer. Tro a reas d’ar c’hornad-bro a oa e dalc’h mibien Vanos war glann mor ar Goularz ha lenn an Heol. Du-man, du-hont er vro-ze, war-du ar bevennou anezi, ez oa eun enezennad-douar bennak hag enno c’hoaz Skaled ha Sitoned. Da gavout an dud-ze, an eil re goude ar re-all, ez eas Vindosêtlos hag e rôas d’ezo da zius unan a zaou : pe mont kuit pe en em ganna. Hiniennou a voe gwell ganto mont kuit. Darnvuia anezo, avat, gand ar fizians na vije ket diaes dont a-benn eus eur paotr yaouank divarv, a zegemeras an emgann. Vindosêtlos a voe trec’h d’ezo holl. O laza a reas hag o dibenna[246]. Pa voe en-dro e ti e dad, edo e vantell drailhet, roget ha leun-wad e doneg, ha gantan en e zaouarn pennadou brevet e zaou c’hoaf, tammou e skoued, hag e gleze dentet-holl. Hag hen marnaoniet, sec’hedet, faez-divi ha gloazet. Hogen, evel diou c’houlaouenn en e benn e steredenne e zaoulagad ha war e lerc’h e teue an daouzek paotr o vleina peb a garrad pennou trouc’het. Hag hen o lavarout d’ar c’hoziad :

« Hag a-walc’h a bennou a zo aze evid eureuji eur rouanez, o den ? emezan.

— A-walc’h a zo, eme ar c’hoziad. Kadarna den yaouank ha gouesta meder-pennou eus hor gouenn ez out-te[247]. Den n’hen dislavaro. Ha ne deus den a enebfe ouz da eured gand ar plac’h yaouank-man : Ategena, merc’h Litavis. »

Hounnez eo « trôad Vindosêtlos, mab Kintus », evel ma reer anezi. Drezi e voe peurvrudet e ano dre ar vro. Dreist pep tra e pouezas an taol-ze da drei a-du gantan mibien Vanos. Didenn e voe d’ezo kredi an holl vad a ziskulias diwar e benn Rênos, mab Liros. Da ’voe ganto ivez gwelout e zimezi, neket hepken dre ma ’z oa e bried kaer hag a wad uhel, hogen ouspenn en abeg d’an dalvoudegez a zeuas d’ezo da heul : keit ha ma vanas Ategena en o zouez en em viras ar c’hirvi, an arzed[248] hag ar moc’h-gouez d’ober freuz en o edegou.


Vindosêtlos e bodad ar roueed hag ar pennou-pobl.


Vindosêtlos a zeuas e bodadenn-veur ar roueed, ar reizaouerien hag ar pennou-pobl. Holl e vament ouz an den yaouank, ouz e vent uhel, e zremm leun a gened, e gendalc’h dereat-tre hag azaouezus.

« Eman ar gouennou du, emezan, oc’h en em skigna dre ar bed. Peurboblet e vo ganto, mar bezont lezet en o roll. Skoazell digand an dud n’o devo ken an doueed da stourm ouz ar ramzed. Kaset e vo da get holl labour an Trec’hour (Bodiakos). Hag e lenvo adarre an douar-holl, yeoet ma vezo gand ar wall-dud hag an doueed divat.

— Petra a hellomp-ni da ober ? eme ar pennou. N’emomp aman nemed eun dournadig tud, repuet war an aod hag en enezennou, er gwask etre ar mor fero hag ar menez korvigellus. Ar bed a-bez eo a rankfemp en em ganna outan hag e drec’hi !

— En em ganna n’eo ket deut ar pred da ober c’hoaz. D’en em aoza da ze, avat, ne lavaran ket.

— E pe zoare ? emezint-i.

— Bevit en unvaniez an eil gand egile. Engehentit bugale yac’h ha krenv, kement anezo ha ma c’hellfec’h maga ha diorren. Poagnit dibaouez da greski braster ho tropellou, gorread ho parkou, niver ho peurvanou. Ijinit ha gofeilhit armou nevez. Pleustrit dalc’hmat war embreger anezo. Kasit tud a fizians da anavezout ar broiou hag ar brôadou diavaez[249]. Ne vern a zigouezfe ganeoc’h, daou dra a dleït herzel diouz hoc’h eneou : an dispi hag an aon.

« N’eus kefridi, ker bras ha ken tenn bennak ha ma ve, ha n’oufe beza kaset da vad gant ma kendalc’hfe pep remziad labour ar remziadou en e raok. N’oufe eur berradig dour kleuza eur roc’h, na kant, na mil, na dek mil, na kant mil kennebeud-all. Hogen kant mil miliad a viliadou eus an takennouïgou-ze, o koueza, an eil war-lerc’h eben, en hevelep lec’h, a doull treuz-didreuz ar c’haleta maen[250].

« Kemerit da reolenn striz tremen heb ampresta biken digant tud arall-vro, nemet traou talvoudus eo e ve. Lezit ganto an dibouez hag an dreist-ezomm ha kement tra a vrein ar galon hag a laoska an ene. Dalc’hit gant buhezegez ho tadou, o veva e-kreiz arem an armou, o kousket war ar c’haled dindan tôennou soul, o tibri yod kerc’h e skudili prenn, oc’h eva dour, o vesa saout, o seveni al Lezenn[251].

« Al Lezenn heuilhit-hi dre gaer, laouen, en eur c’hoarzin, ha likit evez ma vo heuliet evel-se gand an holl en-dro d’eoc’h. Diwar ar seveni laouen al Lezenn e vez ganet eurvad, nerz, buhez ha trec’h. An dud krenv ha kalonek eo a heuilh laouen al Lezenn. Int-i hepken a ra d’ar Ouenn ober berz. Int-i hepken a gresk hag a skign anezi. Evid ar re wan ha digalon, dre heg eo e heuliont al Lezenn. Grosmolat outi a reont hag he zerri kerkent ha ma kredont ober. Gand ar re wan, gand ar re zigalon e vez dinerzet ar Ouenn. An dismantr a aozont d’ezi. N’o mirit ket en ho kreiz, ha diwallit na vefe diskennidi diwarno en ho touez. Daou dra a ra nerz eur ouenn : niver he zud, dreistelez he zud. Gwell avat an dreistelez eged an niver. Evit mirout an dreistelez na dermit ket da vihanaat an niver.

« Na lezit biken, nag ennoc’h, nag er re en-dro d’eoc’h, ar garantez-vro da drec’hi d’ar garantez-ouenn. Ar vro ma vevit, douar, dour ha mein n’eo ken ! Kouls pe well gand armou ha kalon a gavfec’h e lec’h all[252]. Ar Ouenn, avat, an den e-unan ez eo-hi, gand e dadou hag e gerent, gant kement a gar ; o buhez anezo holl eo, war astenn a-rumm-da-rumm a-dreuz d’ar c’hantvedou, a-dreuz d’ar milvedou.

« Ar re dremenet n’int ket tremenet da vat. Eman ar re varo bepred beo oc’h adveva er bed-man en o diskennidi. Kadourien veur, drouized fur, mailhed-vicherourien, tud yaouank hael, gwerc’hezed kaer ha kalonek, gwragez gwirion beteg ar maro, a zo bet ken alïes lavaret deomp o anoiou ha danevellet o brud, adc’hanet dibaouez e vezont holl er meuriadou m’eman enoret enno al Lezenn. O gwelout a reomp o tont en-dro en hon touez gand o mouez, o dremm, o ment, o neuz, o sell, o c’halon, o ene hag o meiz, kendalc’het ha gwellaet mar deo bet miret al Lezenn, bihanaet ha disleberet mar deo bet torret al Lezenn.

« Setu aman komzou an Trec’hour (Bodiakos) : — Ar ouenn am eus engehentet a anavezer evid eur gwel a-douez holl ouennou ar bed. N’eus nemeti a gement a zo henvel ouz an doueed[253]. N’eus nemeti oc’h unani enni hec’h-unan, evel ma ra an doueed, al liou hag ar sked eus ar pep kaera, ar pep talvoudeka er bed[254]. En em zigemma a ra ouspenn diouz gouennou du ar bed dre hec’h eeunded hag he glanded. Dizeeun ha gaouiad setu holl ar gouennou du, ha gwasoc’h eget loened e tiskennont en hudurnez. Va gouenn-me a zo eeun dre he c’hreiz ha diwezat eo e tiwan ar gaezouriez em zud yaouank[255]. Setu perak gand an holl unaniezou etre va gouenn ha gouennou du ar bed, e vez va gouenn trôet da fall, disleberet ma vez he neuz-vat, digaset ma vez enni dizeeunded ha hudurnez ar re-ze. Penna ha pouezusa gourc’hemenn va Lezenn an hini a zifenn ouz va mibien ha va merc’hed en em unani gant diavaezidi[256].

« Ar paotr a zimez d’eun diavaeziadez, ar plac’h a zimez d’eun diavaeziad, ken diarvar e vez d’ezo laza ar Ouenn ha ma trofent outi goaf ha kleze. Kiriek ez int na advevo ket o zadou en o diskennidi, ha, pa varvint int-i o-unan, ma varvint en-holl-d’an-holl, o veza na lezint ket war o lerc’h bugale henvel outo. Eun eil maro eo a skôont gant holl rummadou tremenet o gouenn. Dleet d’ar re en em liamm er seurt dimeziou ma vefe, gand ar vez, staget outo, kerkouls hag ouz ar re o deus ruziet o armou hag o daouarn e gwad o c’herent, an ano a veni-galakoi « muntrerien o Gouenn »[257].

« Evid ar vugale ganet eus an unaniezou-ze, kambiones[258] eo a ra anezo an doueed a nac’h gwarezi ken an tïez ma vevont. Du ar vugale-ze, divalo, drouk ha lenverien. Gwasat diougan gwelout seurt bugale er c’havellou ! Eun diougan a zizurz, a reuz, a vrezel hag a zismantr[259].

« Henvel a-walc’h ar ouenn a zo bet engehentet gant Manos, mab Belios, ouz eur wezenn ec’hon-divent[260] en em skignet ar barrou anezi a-us d’ar bed. E kement lec’h m’eo bet doujet al Lezenn, e c’heller anaout an izili anezi dre o ment hag o nerz, dre gened o dremm hag o bleo aour, dre o c’hadarnded, o eeunded hag o glanded, dre vadelez o c’halon ha haelded o spered.

« Dilignezet eo, avat, an darnvuia eus ar poblou deut eus ar vro-Wenn, p’o deus-i ehanet a veva diouz gourc’hemennou al Lezenn, p’o deus en em gemmesket gand ar gouennou estren. Eus an diou wall-drôad-ze, ankounac’haat al Lezenn ha kemmeska ar Ouenn, ez eus diwanet vilded, gwanded ha nammded ar c’horf, bihanded ar vent, ar c’hlenvedou, ar gwall-siou, an drouk-plegiou.

« Dishenvel-klok eo a c’hoarvez gand ar meuriadou gwirion. Enno holl berziou-mat ar c’horf hag ar galon, an ene hag ar meiz, miret piz ha gounezet gant pep remziad, a zo aet a-oad-da-oad war startaat ha war griski.

« Kened ho tremm, sked ho pleo, uhelded ho ment, nerz ha skanvded ho korf, gwevnded ho izili, ho yec’hed, hoc’h eeunded, ho kadarnded, kement perz-mat ene, kalon ha meiz a zo ennoc’h, d’ar remziadou tremenet eo o dleït. Dre m’o deus ho tadou, abaoe Manos ha Bena, a-rumm-da-rumm en em ziskouezet krenv, eveziek, aketus ha gwirion, eo e piaouit breman an holl denzoriou-ze.

« Ar pez o deus graet her grit d’ho tro. Ar peadra hoc’h eus bet diganto en e bez, hel lezit war ho lerc’h en e bez d’ho mibien ha d’ho merc’hed. D’ho tro eo gouren, striva, beza krenv, eveziek, aketus ha gwirion. Na foranit ket an tenzoriou. N’o lezit ket da vont da goll. Hogen o mirit piz evid o lezel war ho lerc’h, hag int kresket ha pinvidikaet mar gallit, d’ho tiskennidi.

« Ar Vro ma vevit ne dalv nemet e kement ha ma ’z eo ha ma pad da veza eur c’hrenvlec’h didrec’hus ma c’hell ennan ar Ouenn kreski ha paotaat. Na list biken an estren, na tra fall digand an estren, da zont e-barz ar c’hrenvlec’h-ze. Ne dalv Kadarnded ha Meiz nemet e kement ha m’o lakaer da zifenn ar Ouenn. Ne dalv Pinvidigez ha Galloud nemet e kement ha ma vez graet ganto evid ar Ouenn. Er Ouenn eman pep tra ! Mirout, astenn, krenvaat, gwellaat ar Ouenn, da ze e tenn holl c’hourc’hemennou al Lezenn. Al Lezenn a-bez end-eeun n’en deus ken mennad ! »


Vindosêtlos e bodadenn ar pennou-tiegez.


Setu aman ar c’homzou a zeuas gant Vindosêtlos dirag an ezec’h hag o friedou, er vodadenn a zalc’hent nepell diouz al lec’h-se :

« An dimezi, an engehenti bugale, an diorren bugale, an diazeza tiegez, ar re-ze eo ar pevar feul ma ’z eo harpet warno Galloud ar Ouenn. Diwallit na vefe ket en ho touez ar pevar feul-ze ker glan, ker yac’h ha ker krenv hag arem hoc’h armou.

« An neb, hag hen nammet a gorf, klanvidik ha gwan a spered, a vev gand eur plac’h hag a c’han bugale henvel outan[261], an neb a freuz e yec’hed hag e nerz hep talvoud nag ezomm, dre ren gwall-vuhez, dre en em vezvi, dre re zibri, dre dremen e zeveziou o tidalveza, e nozveziou o c’hoari dinsou, ar paotr a zimez d’eur plac’h arall-vro, ar plac’h en em ro, pe gant grad he zud pe dic’houzout d’ezo, d’eur paotr arall-vro, ar re-ze holl a dorr penna gourc’hemennou al Lezenn ; ouz an Heol war eun dro hag ouz ar Ouenn e pec’hont. Outo n’en em zigoro ket dorojou skedus ar C’hornog ; preiz d’ar Bleiz e vezint avat[262] ; gand o eskern e savo mibien Liros mogeriou[263] hag o ene, aet da douseg, a c’hourlammo e doun an islonk e-kreiz fank ha naered[264].

« Netra gwell, pe baotr pe blac’h e ve, eget dont diwezat da gaezoureg[265]. N’eo ket mat e timezfe paotr ha plac’h yaouank kent o ugent vloaz[266]. Rak ar vugale o defe kent an oad-ze ne ve biken par o nerz hag o yec’hed d’ar re o defe diwezatoc’h. Tremenet ganto o daou-ugent vloaz e tle paotr pe blac’h en em virout a c’henel bugale, dre ma vez peurliesa ar vugale, ganet gant tud en o diskar, gwan, klanvidik, berr ha reuzeudik o buhez.

« Ezomm n’em eus ket da lavarout d’eoc’h na zere tamm o dije paotr ha plac’h darempredou lik kenetrezo kent an dimezi. Seurt boaziou ne gaver nemet gand ar Skaled hag ar gouennou-all du ha drouk eus ar bed. Dre ma vev ar gouennou-ze e-giz loened eo ez int bet anvet dic’hlan ha milliget. Stad ebet ne reont eus gwerc’hded merc’hed nag eus emziouer paotred. En o zouez ne heuilh ket kennebeud-all an dud dimezet an emzioueri er mareveziou rekis[267].

« Henvel ne voe graet biskoaz e-touez tud gouenn Vanos, ha dre-ze eo eman gourvibien Velios dreist d’ar gouennou du en em bar kenetrezo evel chatal. Ar werc’hded kent ar briedelez, ha, goude ar briedelez, an emzioueri d’ar mareou dereat eo o deus savet diskennidi Manos ha Bena a-us da ziskennidi ar ramzed[268].

« Pa zeu eur paotr d’e oad-gour, mar deo bras, yac’h ha nerzek a gorf, iziliet-krenv, gwevn, skanv, lemm e zaoulagad hag e ziouskouarn, kadarn hag eveziek, aes da veva, ra zimezo gand eur plac’h enni an hevelep stummou-dreist, an hevelep perziou-mat. Heulient, diwar-benn engehenta, genel ha sevel o bugale, an holl reolennou diskuliet gwechall d’hon tadou gant Lugus, Belisama ha Virodakthis[269]. War o zïegez e tiskenno bennoz an doueed gwelevus o warezi gouenn Vanos hag e vezo ar vugale anezo enor ha sked hor Gouenn.

« N’eo ket gant komzou kaer, gourdrouz ha taoliou e tiorrôer bugale. An aliou fur hag ar c’henteliou mat a zeu dre eur skouarn hag a ya dre eun all. Gand ar gourdrouz hag an taoliou ez a ar bugel aonik, golôet pe zrouk. Dre ar skouer hag an ober eo e tiorrôer bugale[270].

« Disprizout a ra ar bugel kement tra a wel disprizet, prizout a ra kement tra a wel prizet. Ober a ra diouz ma wel ar re-all oc’h ober en-dro d’ezan. Ac’hano, evid ar re en e dro an dlead da veva hervez al Lezenn ha da rei d’ezan skoueriou mat hepken.

« A-vihanik poelladit da rei boaziou mat d’ho pugel. War gant kentel e talv eur boaz mat[271]. Roït d’ezan kement en devezo ezomm. Grit brao d’ezan, hogen harzit, start evel dir, ouz e froudennou ; na blegit biken outan.

« Paotred ha plac’hed, kerkent ha ma c’hellont kerzout, a dle kemerout ar pleg da labourat ha da veza talvoudek. Graent war-dro ar re vras diouz o nerz hag o meiz. Da vare ar predou, digasent ar c’herniel hag an diskou, dinaouent da eva, oc’h ober da zarbarerien kement ha ma ’z int barrek[272].

« Goude pred, purent ar c’haoteriou, aent da drouc’ha geot evid ar gweleou, raoskl ha brôen da strewi war al leur-di. P’o devezo nerz a-walc’h e tleor lakaat ar baotred da gerc’hat dour, da faouta keuneud, da brederia ha mesa chatal. Ar merc’hed-i a dleo mala greun, burutella bleud, meza toaz, trouc’ha ha gwriat krec’hen ha mezer. P’en em gavo ostizidi pe gerent o tont a-bell, gand ar merc’hed e vezint digemeret hag evesaet n’o defe dienez a netra, int hag o loened[273].

« Ra zesko abred an tad d’e vugale oberia armou hag embreger anezo, hag ivez ober ampart gand an nao doare benveg.

« Ne dle biken eur mab a ouenn Vanos beza nec’h ha berr warnan. Gouzout a dleo divoueda eur pilprenn d’ober eur vag, sevel eul logell, levia eul lestr, ren eur c’harr, prederia eur marc’h, goro eur vuoc’h, aoza eur gaoter gant rinvedou, gofelia eun houarn goaf, eur gontell, eur c’hleze, trouc’ha ha toulla ler, kignat ha dibezia eul loen, darevi boued, adkavout e hent en noz tenval pe e-mesk lusenn, treiza eur stêr diwar neunv.

« Ne dle ket beza abaf nag aonik rag al loened gouez hag an dud estren. Ne dle kaout aon rak netra ha beza gouest da c’houzanv pep tra heb ober klemm. »


Renadur Vindosêtlos.


Penna oberou a zaneveller eus renadur Vindosêtlos eo ar re-man :

Kemen a reas da Rênos, mab Liros, evezia ar grouadurien nevez-c’hanet a ouenn Vanos. Rênos eo a zilenne ar re a oa da veza miret ha savet hag ar re a dleed mouga en dour ha daskori d’an douar[274]. Eeunoc’h ha poellekoc’h barnour ne voe gwelet biskoaz.

Mennout a reas ma vije argaset a-douez an nemeti (tud nevet)[275] an tri doare-tud-man : ar vibien hag ar merc’hed na skoazelljent ket o zad hag o mamm en o c’hozni ; ar vreudeur diaked da warezi o c’hoarezed ; ar farwelled a lakje ar re-all da c’hoarzin diwar o c’houst.

E-kenver ar varc’hadourien estren o tont da gerc’hat goularz e savas reizaduriou fur meurbet. Henchou a reizas d’ezo na dlejent biken mont diouto ha marc’hallec’hiou ma tlejent keja enno da eskemma o marc’hadoureziou ouz goularz bugale Vanos. Nes d’ar marc’hallec’hiou-ze hag a-lec’h-da-lec’h a-hed an henchou, e reas sevel tïez ha kloziou ma c’hellje ar varc’hadourien mont enno d’en em waskedi ha da dremen an noz gand o c’hirri hag o loened. Berzet outo, avat, ar peb all eus ar vro ! Nep piou bennak a zigouezje gand eur marc’hadour er-maez eus an henchou hag ar marc’hallec’hiou reolennet en doa gwir d’e laza.

Torret e voe gant Vindosêtlos ar boaz da lakaat ar gwerc’hezed gouestlet d’an Heol da zougen ar profou a gased d'an nevedennou pell. Rak, dre m’he doa drougiez ar gouennou sujet lakaet termen d’an hir-amzervez a beoc’h a rene war an Europ dindan ar roueed gounideien-zouar a vro-Wenn, er gwasa arvar en em gave ar gwerc’hezed sakr hag o ambrougerien e-doug an ergerzadennou-ze. Fellout a reas d’ezan, eta, na vije ken douget ar profou ganto hiviziken, hogen gant mevelien an nevedou o c’hasje betek harzou ar poblou nesa, d’ar re-man goude d’o eeuna da zibenn o hent[276].

E diabarz ar vro, pa ’z ae ar gwerc’hezed sakr a nevedenn da nevedenn d’en em weladenni pe d’ober war-dro an azeulerez, e kemennas d’ezo henchou ha gwenodennou a oa, ha n’helle den o darempredi nemeto[277]. Dre-ze e tiskoueze an doujans a dleje an holl kaout outo.

Hen eo, war a leverer, a rôas da dermen d’o amzer-wazoniez an oad a zaou-ugent vloaz. Dre an abeg, emezan, n’oufe dereout ar gozni, gant he gwanderiou, ouz ar prederia en-dro d’an doueed. D’ober war-dro krouadurien bepred yaouank ha krenv e fell kaout tud hag a ve o-unan yaouank ha krenv.

Rei da goun a reas Vindosêtlos da vugale Vanos e tleent en em ziwall a gas d’an doueed goulennou her pe ziboell, gouest d’o broc’ha ha d’o lakaat gwall-dûet ouz an dud. Pedent, gant-se, neket diwar skanv ha dreist penn-biz, hogen goude hir-evezia hag en em aoza piz.

Diskulia a reas d’ezo ez eo ar bedenn graet goude an emwelc’hadenn-veure dirag an heol o sevel an efedusa-holl, an hini a vez teneraet ar gwella ganti kalon an doueed divarvel. Pa vez an deiz en e c’hlanded, divec’h da galon an den sevel, evel anezi hec’h-unan, daved an doueed ! Diski a reas d’ezo, ouspenn, trei bepred ouz an tu dehou pa beder ha pa azeuler[278].

Gourc’hemenn a reas ma rafent kunv ha karantezus d’al loened-chatal a oa deut ganto eus ar vro-Wenn hag o doa servijet leal o gouenn a-hed keit-all a rummadou, eur gwir zlead, emezan, o unani ganto e kement a c’hoarvezje, pe eurvad pe walleur e vije, o gervel da genlodeien en o leveneziou hag en o c’hanvou, ha mirout o lec’h d’ezo en o holl oueliou[279]. Sparfaduriou-zo gant dour-glanaat mat da yec’hed al loened a zeskas d’ezo ivez, ha gant pe c’hlasveziou, gant pe vleuniou e tleer kempenn ar c’hrevier, evel an tïez diouz ar mareou-bloaz[280]. O c’helenn a reas war virout hepken e buhez eus pep torrad-loened ar re vihan koanta, krenva, gwella-iziliet, e doare ma vije kendalc’het ar ouenn gand ar pep barreka anezo.

Hini pe hini a garfe rei da wir ez eo Vindosêtlos en deus desket da vibien Vanos kement doare-divinouriez a zo : dre ar rod, dre ar vouc’hal, dre ar bir, dre ar gwialennou ivin, dre deurel prenn, dre hud ar pennou-bizied, dre luc’h-meur an daouarn, dre an ambren rakwelerez, dre red ar c’houmoul, dre aroueziou an nenv, dre nij ha kan an evned, dre finv ha garm ar pevarzroadeged, dre ar bouzellou, dre ar gwad, dre an dour, dre ar plom. Hogen anavezet ganto, moarvat, ez oa an holl draou-ze, diskuliet ma voent bet d’ezo gand an doueed en o gweladennou d’ar vro-Wenn.

Evit senti ouz ar gourc’hemennou a oa bet rôet d’ezan gant Bodiakos e Korobilion, en doa dibabet Vindosêtlos, a-douez paotred yaouank e ouenn, ar pep haela, ar pep speredeka, ar pep gwella. Hag hen o pleustri d’o c’hentelia war gement en doa desket e-unan digand an doueed. Eus an deskadurez-se em eus lavaret, e derou al levr-man, kement a zo aotreet da lavarout. Difennet eo gand an doueed lakaat an traou-ze dre skrid, ha n’eo ket hep gwir abeg, o veza ma c’hallfe ar skrid digouezout etre daouarn tud dizellezek a c’hounezje dre e lenn eur galloud a lakjent hepken da wall-ober[281].

Vindosêtlos en doa savet d’ezan e-unan eun ti e-kreiz an douarou bet lakaet war e ano gant pennou e bobl. Rigiosedon[282] a voe graet eus an ti-ze evid ober stad eus an hini a rae anezan e annez. Er pradou en-dro d’e di e voe savet o logellou gand ar re yaouank a gelenne. Nao bloaz a dremenas evel-se.


Namans, mab Namantos[283].


War-hed eur pennad-hent diouz Rigiosedon edo o chom ar c’hoziad a oa aet a-eneb da zimezi Vindosêtlos. Orbiotalos mab Omoviros[284] a raed eus ar c’hoziad-ze. Eontr ez oa da Gamula ha deut ez oa, e-unan, eus ar vro-Wenn dam-brest goude bagad an Alc’houeder. Dre eun devez tenval a c’hoanv ez oa digouezet skuiz-faez, hanter-skournet, hanter-varvet gand an anoued hag an naon : repuet, diboaniet, anavezet ez oa bet, hag, o veza m’o doa ar pennou e zigemeret, rôet ez oa bet d’ezan eun tachad-douar da c’hounit. Hag en devoa diazezet eno e logell.

Eun den drouk ez oa an den-ze. Betek-hen, avat, en doa tizet kuzat e zrougiez. Galloudek-tre ez oa, ouspenn, war an huderez, hogen ne ziskrede nikun war ze.

Meur a wech e klaskas ober da Vindosêtlos diskredi war al lealded a vire e wreg d’ezan e-pad ar c’houec’h mizvez a dremene er c’hoad pell dioutan. Vindosêtlos n’e selaouas ket. Neuze ez eas ar c’hoziad daved Ategena, e-kreiz ar c’hoad, ha, dre gomzou golôet, e rôas da glevout d’ezi e fazie hec’h ozac’h anezi gand eur plac’h all en hanter-vloavez ma veve hec’h-unan gant he mamm er wezeg yen ha dizeilh. Ategena e selaouas hep finval, hep sellout outan. Hogen, pa voe peurbrezeget d’ezan, e trôas outan he daoulagad entanet hag e lavaras :

« Trugareka an doueed, mar kredez, dre m’out kar d’an hini a garan. Panevet an ere a gerentiez a zo etrezoc’h, da benn eo a ziframmfen a-ziwar da ziskoaz d’ober d’it paea da c’hevier. »

Argas a reas anezan diouz ar c’heo. Hag isa eun arz da redek war e lerc’h a-dreuz d’ar c’hoad, ken n’en dije diraezet e frankizenn. Ar c’hoziad a douas e talvezje ze d’ezi.

Gant bleuniou gwenvet eus an diweza hanvez, dre nerz e garmou-hud, e krouas eur plac’h, hag e lakeas anezi e gwel dirak Vindosêtlos war ar wenodenn a heulie heman bep beure a-dreuz d’ar prad. Vindosêtlos a welas eta ar plac’h-vleuniou o tont a-benn d’ezan ; mont ebiou d’ezi a eure, klevout diganti he demat, ha he demata d’e dro, nemet ne ziskouezas ket teurel evez outi a-hend-all. Antronoz, evelkent, e chomas a-zav hag e c’houlennas outi piou ez oa. Ar plac’h-vleuniou ha lavarout an ano he doa bet digand ar c’hoziad ha kinnig d’ezan he c’harantez. Vindosêtlos a selaouas he respont, heb evesaat avat ouz ar c’hinnig a oa bet da heul. Eilgeria a reas :

« Dianav d’in da ano ! Nag eus ar vro, nag eus ar ouenn ne dout-te ! Betek henoz da guz-heol e rôan d’it evit pellaat ac’hann ha distrei d’al lec’h ma teuez. »

Ouspenn e lavaras :

« An eil tro eo d’in digouezout ganez. Douj am c’havout eun drede tro. Rak an Ankou eo a gavfes ennoun ! »

Antronoz adarre e welas ar plac’h-vleuniou o tont d’e arbenn a-hed ar wenodenn. Ouz he mestr eo e sente. Fiziout a rae ouspenn en he yaouankiz hag en he c’hened evid e zidaeri. P’he gwelas, hep chom a-zav na gorrekaat da gerzout, e kemeras e wareg a-ziwar e choug, e stignas anezi hag e kasas unan eus e saeziou arc’hant a-dreuz da galon ar plac’h. Pa zigouezas el lec’h m’edo kouezet, e saez sanket e-kreiz eur berniad bleuniou gwenvet ne welas ken. An taol-marz-se a rôas tro d’ezan da brederenni. Anaout a reas ez oa eun drouk-c’halloud bennak o c’hoari en e amezegiez.

C’houitet gand ar plac’h-vleuniou war he c’hefridi e reas ar c’hoziad e venoz da c’hoari drezan e-unan. Mont e paotr yaouank a reas, hag hen da hemolc’hi er c’hoad m’edo Ategena. Gwelout a ra ar vaouez yaouank hag e tosta d’ezi, o kas toulla kaoz ganti. Hi, avat, ne selaou na ne sell hag a zalc’h gant he baleadenn. Heb beza harzet an distera dre an digasted anezi, e talc’h war he seuliou ha, pa zistro da geo he mamm, eman bepred ouz he heul ; hag hen e-barz ganti ! Neuze e skôas Ategena al leurenn gant he zroad ha setu o strinka er-maez eun euzik a driloen : tri bleiz louet eo ez oa a lammas outan d’e zispenn. Hag hen kenta mall d’ezan trei kein ha tec’hout kuit, mar gouie. E-keit ha ma padas e redadenn eus ar c’heo d’e logell, e klevas war e seuliou anal tri mab an douar[285] o redek war e lerc’h. Faez-divi edo ha dianal pa dremenas e dreuzou. Sparla an nor a reas ha koueza a-c’houen e gorf war al leur-di. Eno, astennet war ar c’holo, e teuas d’e stumm ha d’e neuz reiz hag, en eur ziskuiza, e stignas eun taol-gwidre nevez.

A-benn eun nebeut deiziou e voe kemennet da Vindosêtlos edo eur wiz-c’houez, du ha bras-divent, o turiat parkou nevez-hadet tud Tastris. Gloazet ez oa bet e dad ha gantan meur a hini eus e vevelien o kas he dizarbenn. Vindosêtlos a gemeras e wareg hag e saeziou, hag hen war-raok rak-tal. Tec’hout razan a ra ar wiz. A-dreuz d’ar c’hoad e kas anezan dre gant ha kant a gildroennou ken n’en em gav nes da geo Ategena. Eno e taolas al loen eur c’harmadenn hag, o tistrei ouz ar c’hadour, e lammas gantan kounnaret. P’edo warnan, e reas Vindosêtlos lamm-brezel an eog hag e savas er vann a-ziouti[286]. Oc’h adkoueza d’an douar, e paras e sellou war doull-dor ar c’heo ha war e bried o paouez beza galvet er-maez gant garmadenn ar wiz. Unan eus ar berziou-hud[287] graet da Vindosêtlos ez oa en em ziwallje a welout e bried e-pad ar c’houec’h mizvez goanv ma tlee padout o disrann. Doaniet-holl e tistrôas diouti hag e kendalc’has da argas ar wiz.

Unnek saez a stlapas ganti an eil war-lerc’h eben, ouz he zizout bep taol. Ar wiz a skuilhe gwad a-builh. Gorrekaat a rae da redek, hag e c’houneze ar c’hadour warni. Nerz a-walc’h he devoe d’e gas beteg ar frankizenn ma save ti Orbiotalos, mab Omoviros. Eno e tistagas Vindosêtlos d’ezi eun daouzekvet saez, hag e kouezas ar wiz maro-mik dirak toull-dor al logell. Ar c’hoziad en em stlejas er-maez. Skuiz e tiskoueze beza, klanv ha koz-koz, ker koz hag an douar. Azezet war e dreuzou e sellas ouz al loen hag e lavaras :

« Bihan n’eo ket ar penn-moc’h ac’h eus lazet er beure-man, emezan. Klaoustre ez eo daouzek ilinad[288] hed, da vat, eus e fri d’e lost.

— N’eo ket keit ha ma leverez, eme Vindosêtlos.

— Panevet m’emoun kabac’h, klanv, nammet-holl a c’hlizi, poan d’in o teurel an eil droad war-lerc’h egile, em boa e vuzuliet va-unan. Gra kement-se evidoun, me az ped, eme ar c’hoziad. Daouzek ilinad hed eus e fri d’e lost, me hen toufe diarvar. Biskoaz n’oun bet faziet gant va daoulagad. »

Vindosêtlos a oa barr e galon a anken. Diank edo e spered. An trec’h edo o paouez kaout ne leunie ket e galon a zudi. Diaked e reas e c’houlenn d’ar c’hoziad, eontr e vamm. E droad a lakeas, a-hed livenn-gein al loen hag e stagas d’e venti. E-touez reunennou e choug ez oa unan hag a oa kontammus. Flemmet e voe ganti troad Vindosêtlos. Treuzet ar c’hroc’hen anezan, en em veskas ar c’hontamm en e wad[289]. Anaout a reas edo gloazet, hogen ne rannas ger. Peurventet al loen, e trouc’has dioutan e benn hag e tistrôas d’ar gêr. War wasaat ez eas buan ar gwall. Neuze, o veza na venne ket mervel dindan eun dôenn, en em reas astenn er-maez hag e kemennas mont da gerc’hat davetan e zaou vreur, Evos ha Toutos.

« Eun enebour eo, emezan, a zo bet digemeret en o c’hêr gant hon tad hag hor mamm, breman ez eus triwec’h goanvez. Spis her gwelan breman, p’eman re ziwezat ! Marvet eo eontr hor mamm e-kreiz ar c’hoad pell ac’hann ha skignet e eskern gand ar bleizi. An den en deus kemeret ar spez anezan, hag a zo deut en e lec’h, n’eo ket Orbiotalos, mab Omoviros, e tleer e envel, hogen Namans, mab Namantos, hag a-ouennn eo gand an êrevent o warezi an Allotoutae (brôadou estren)[290]. »

Pemp bugel en doa bet Vindosêtlos eus Ategena : diou verc’h, Samilla ha Giamilla, ha tri mab, Samogenos, Visumâros ha Beliokandos, pe, hervez hiniennou all, eur verc’h hepken Samilla, ha pevar mab, Samogenos, Visumâros, Baditis ha Beliokandos[291]. Unani a rae ar pemp bugel-ze kened o zad hag o mamm gand an holl zoareou-mat anezo. Vindosêtlos o lakeas dindan gwarez e zaou vreur.

« N’em eus keuz da netra, emezan en eur vervel. Sevenet eo ganen ar gefridi a oa bet fiziet ennoun gant Penn hor Gouenn. Emoun o vont kuit kent d’ar gozni beza diskaret va c’horf, torret va nerz, tenvalaet va meiz. En eur zieubi tud va bro diouz an enebour o gwaske eo e kouezan. Eman pep tra evid ar gwella ! »

Eun nebeut goude e tigouezas Ategena. N’hallje tra er bed herzel outi da zont daved he fried en darvoudenn-ze. Ganti e tigase eur bleiz daou-vloaz he doa kemeret ez vihanik er c’hoad, hag he doa savet hag embreget hec’h-unan. A-ere eur rao arem e talc’he anezan. Ar rao a lakas etre daouarn an daou vreur.

« Kit en ho raok hep koll amzer an distera, emezi. Ar bleiz-man a dalvezo d’eoc’h war ar gwella ki. Gantan ne gollot biken roudenn an den m’emoc’h war e lerc’h. »

Peb a vantell-ziwelusa a rôas d’ezo hag e tistrôas davet he fried. E gemerout a reas etre he divrec’h, hag e zerc’hel pell a-vriad. Ne reas na gouel na klemm : re vras ha re zoun edo he rann-galon. Miret ez oa bet gant tud Tastris ar vag m’oa deut Vindosêtlos enni nao bloaz a oa. E lakaat a rejont er vag-se. Ategena a ziskennas enni gantan. Unan eus he blevennou aour a ziframmas[292] hag a daolas er mor. Euri a reas eun hanafad kontamm-ivin hag en em astenn en e gichen. He brec’h a silas dindan penn Vindosêtlos, he dremm a lakeas ouz e zremm ha ne finvas ken[293]. Ar wazed a voutas ar vag er mor. Pellaat diouto a reas-hi e-keit ha ma klaskent he heulia dre wel ken n’he dije deraouet diskenn dinaou ar mor. Hogen, pell a-raok ma voe peur-gollet en diabell, n’he gwele mui o daoulagad, brumennet ma ’z edont a zaerou. Ha, padal, e waskent warno, bete goût kreski glac’har ar roue hag ar bried skedus a oa ouz e heul[294]. Aner, avat, ez oa d’ezo. Dre ma pellae ar vag, e pellae ganti diouz Tastris heol ha levenez o buhez.

Dizunvan meno d’an dud diwar-benn al lec’h ma touaras ar vag. Kalz a zo a gav d’ezo e chomas a-zav en enez Abalos hag e voe sebeliet gant Vissurix ha Velia an daou gorf a oa enni. Bez’ e kredfen a-walc’h eman ar gwir gand ar re-ze.


————


Hemolc’had Namans, mab Namantos.


O kimiadi diouz Rigiosedon ez oa aet Evos ha Toutos d’ar frankizenn ma chome ar c’hoziad. Edo o paouez tec’hout kuit. Gwisket en doa en e benn eur boned e lakae disgwel[295]. Nemet n’edo ket pell araozo hag, a-drugarez d’ar bleiz, e voe kavet kerkent ar roudenn anezan gand an daou baotr yaouank. Gwisket o doa ar mentell bet rôet d’ezo gand Ategena ha lakaet kougoul unan anezo e kerc’henn ar bleiz. Disgwel ez oant, eta, o-zri, evel an hini ma redent war e lerc’h, hag e rae ze evel tri spez o redek war-lerc’h eun all. Klevout a rae an dud lenv an hini a rede en a-raok, trouz ar bleiz war e seuliou o sacha war e rao, kammedou an daou gadour o tont war-lerc’h. Den ne welent, avat, hag e save aon en o c’halon. Dre ma tremenjont e hadjont spouron evel-se.

Eur bloavez war e hed e padas hemolc’hedigez Namans, mab Namantos. E-doug holl zeveziou ar bloavez-se, eus an eil kuz-heol d’egile, e santas an euzden anal tomm-skaot ar bleiz ouz e seuliou, hag e klevas strap ar rao ha trouz kammedou an daou vreur. Ne voe ket, gand ar braouac’h a oa ennan, evit chom a-zav, pa c’houveze o doa touet an eil hag egile skuilha e holl wad diouz e wazied ha kas ganto e benn. Brud a zo eus ar peder stêr war-nugent m’en em erbedas d’o skoazell ha ma treuzas lïes tro o naoz d’ober koll e roudenn. Ar re eo a anver Visuria, Amisios, Lupia, Mosa, Isara, Sequana, Matrona, Mogra, Osa, Kernunos, Mosella, Ausava, Obrinka, Lautra, Matra, Durapa, Argentia, Saukona, Bridena, Ikauna, Liger, Bebrona, Karos, Angeriskos[296]. Seul gwech ma treize an euzden red unan eus ar stêriou-ze, e kave d’ezan beza savet eun harz didreuzus d’an tri o tont war e lerc’h. En tu-hont d’an harz e kave d’ezan en doa o lezet, laouenaet-holl d’ezan dre m’en doa, d’e veno, peur-ziroudennet anezo. Hogen, a-vec’h d’ezan ober eur c’hammedennou bennak ma sante adarre anal ar bleiz, ma kleve strap ar rao. Ne vennas stêr ebet e warezi. D’an diwez, war c’hlann an Angeriskos, peurzivïet e nerz, e kouezas d’an douar. Ruilhet dioutan e voned, e lammas ar bleiz gantan. Ha sed an daou baotr, taolet ganto o mentell, en o sav en daou du d’ezan, unan a gleiz, egile a zehou. O c’hontellou a voe sanket ganto dindan pep-hini eus e gostezennou, adaleg e ziouskoaz beteg e gof ha lakaet da redek e holl wad beteg ar berrad diweza. Neuze e voe trouc’het dioutan e benn, hag e ene, o tont eus e c’henou e spez eun naer, en em strinkas hag a steuzias er stêr. Ar c’horf a lezjont war ribl an Angeriskos hag int en-dro da Dastris gand ar bleiz, o tigas ganto ar penn.


————


GERIADURIG


————


TALVOUDEGEZ AR BERRADURIOU

a. k. ano-kadarn (substantif).
a. g. ano-gwan (adjectif).
g. gourel (masculin).
gg. gwregel (féminin).
v. verb (verbe).
a. v. ano-verb (infinitif).
g. e. ger-etre (participe).
v. oberiad (verbe actif).
v. briz-oberiad (verbe neutre).
rgv. ragverb (adverbe).
U. B. unan-bennak.


A


a ger-youc’ha o verka an dro-c’halv e krenn-vrezoneg : a feunten o feunteun ; a Doe o Doue (kerneveg, kembraeg hag iwerzoneg a).
aber gg. estuaire, embouchure d’une rivière.
adkregi recommencer, se remettre (à) ; — da brezeg — à parler ; — gand eul labour — à un travail.
adgwelout, adwelout revoir ; a. k. action de revoir.
adc’henel renaître ; a. k. action de renaître.
adc’hlaza reverdir.
adreiza o strolladou reformer leurs bataillons.
adtad g. père adoptif, tuteur.
adti g. commun, annexe (d’une maison d’habitation, ti-annez) ; lïester adtïez.
advab fils adoptif, pupille ; advaba adopter (comme fils).
aezenn-dredanet gg. ozone.
alamanek a. g. (en) allemand ; alamaneg a. k. allemand (langue).
Amazonenn gg. Amazone (antiquité grecque), lïester Amazonezed.

ambren gg. délire.
ambroug-kanv g., ambrougadenn-ganv gg. cortège funèbre ; ambrouger accompagnateur, guide (ivez hencher).
amheol g. crépuscule.
anal gg. haleine (yezou Kerne ha Gwened). Reisoc’h ha gwelloc’h eget halan : kembraeg anadl, iwerzoneg anal, skoseg anail = hen-geltieg *anatla.
anav connu.
angell nageoire (de poisson) ; aile, aileron, bras (yez Gwened) ; en em angellat nager.
anien gg. nature, instinct (Gwened ; kembraeg anian).
annezlec’h g. demeure, résidence, séjour ; lïester annezlec’hiou.
ano-gwan doarea, ano-doarea adjectif qualificatif.
ano-verb infinitif, lïester anoiou-verb.
antell gg. piège ; antell, antella tendre (des pièges, un arc).
anwaz g. peine, froissement ; anwazi peiner, froisser, blesser.
aotenn gg. rasoir ; aotenni raser.
a-ouenn naturellement, par le fait de la race ; a-ouenn eo d’ezo beza divaro ils sont naturellement sans barbe.
aouraval orange (kembraeg).
aoza préparer (ivez ragaoza préparer préalablement, prienti, danzen, darbar) ; réparer, réparation : ober eun aoza d’eur benveg réparer un outil. En em aoza da ober se préparer à faire (ivez en em brienti da ober, danzen ober).
api aguet ; war o api aux aguets.
araokaat avancer ; — U. B. précéder quelqu’un ; an Araokaat le Progrês.
arbenn : mont en — da U. B. aller à la rencontre de quelqu’un.
arat labourer ; a. k. action de labourer ; arer, arour laboureur.
argad gg. (hervez Ar Gonideg) cri de guerre (ivez garm-emgann) ; huée ; argadenn, argadadenn gg. (une) attaque ; argadadeg gg. attaque (d’une foule), invasion ; argadi attaquer, envahir.
argas chasser (d’un endroit), expulser ; argasadenn gg. (une) expulsion.

argoll g. demi-perdition ; beza en argoll être sur le point de se perdre, être en danger.
arc’hi demander (krenn-vrezoneg ; kembraeg erchi).
arianek, ariek en langue aryenne, de langue aryenne ; arianeg, arieg aryen (la langue).
armerz g. épargne (Gwened) ; armerza épargner ; armerzer, -our celui qui épargne.
arnod g. essai ; arnodad g. épreuve, essai ; arnodadenn gg. (un) essai, (une) épreuve ; arnodenn gg. expérience, essai ; arnodi essayer.
aros g. poupe.
arroud g. passage (d’un livre).
arvest g. spectacle ; acte (d’une pièce de théâtre) ; arvesti contempler.
arz g. ours (iwerzoneg art, kembraeg arth).
Assiriad Assyrien, lïester Assiriaded ; Assiriadez Assyrienne.
astenn : diweuz teo war astenn des lèvres épaisses et saillantes.
Austria Autriche ; Austrian, lïester -ed, Autrichien.
a-varr à la surface.
Aziad Asiatique, lïester Aziaded.
a-zivout au sujet de (krenn-vrezoneg, yez Gwened).


B


baleg g. saillie (ivez balir) ; balegi faire — (ivez balira).
bam g. vive surprise, étonnement ; bama étonner, s’ —.
bann g. montant (de porte, d’échelle) ; rampe (d’escalier) ; aile (de moulin) ; pousse (d’arbre) ; colonne (de journal) ; rayon (de soleil) ; volet (de fenêtre) ; écheveau (de fil) ; airée (de blé) ; culbute ; er vann en l’air ; banna jeter en l’air, lancer ; brandir, lever en l’air, hausser, culbuter, verser (à la façon d’une charrette qui bascule).
barnadenn gg. action de rendre une sentence, un jugement.
barrek apte, capable ; en em varrekaat da se rendre de plus en plus apte à.
begenn gg. excellence, qualité (bonne) ; ivez dreistelez excellence.
beler ano-stroll, cresson.

beo être vivant ; kement beo a zo tout être vivant. Ivez tra veo, beoenn, bevadenn.
berv g. animation ; — ar gwenan l’ — des abeilles.
1) berz g. prospérité, succès ; ober berz prospérer, faire florès, faire merveille, avoir des succès.
2) berz g. défense, interdiction, prohibition ; berz-hud défense magique ; berza défendre, interdire, prohiber.
bevaer celui qui renforce, qui anime, qui donne ou qui rend la vie à.
bevidigez gg. vie matérielle, alimentation ; reiz bevidigez régime de vie (ha feur-emveva).
beza : -da servir à : al lerenn a oa d’o banna la lanière qui servait à les lancer ; beza (suivi d’un infinitif avec ou sans da) devoir, falloir : kement-se n’eo ket d’in her c’houna je ne dois pas y penser, il ne faut pas que j’y pense, dre belech eo mont ? par où faut-il aller ? d’id eo da gredi tu dois croire ; d’eomp-ni eo senti nous devons obéir ; eun dimezi a oa da veza un mariage devait avoir lieu ; ha c’hoaz eo da c’houzout ha... encore faut-il savoir si... (Pour d’autres exemples de locutions et de celticismes formés avec beza, voir F. Vallée, Leçons élémentaires de grammaire bretonne, pp. 162-5 (Sant-Brieg, 1902).
biou ano-stroll, vaches (krenn-vrezoneg, yez Kerne).
bir g. flèche (ivez saez gg.).
bleoad-naered g. chevelure de serpents.
boas da, ouz a. g. habitué à.
boaz g. ha gg. habitude, coutume ; boaza d’ober prendre L’habitude de faire ; boaziek, boaziet habituel, en usage.
bodadenn gg. assemblée ; — veur — générale.
boullaoua kerniel eun taro bouleter (garnir de boules) les cornes d’un taureau (suiv. la coutume des anciens Celtes, Déchelette, Manuel, La Tène, p. 1512, sk. 691).
boura s’amuser, se plaire.
bourz g. bord (de navire) ; babourz babord ; stribourz tribord.
boutin commun, banal, public ; bali voutin promenade publique ; divoutin privé, particulier.
boz gg. creux de la main ; -ad plein le creux de la main.
braouac’hi épouvanter, s’épouvanter (gwenedeg ha kembraeg).

bras-bourbell très saillant (oeil) ; ivez dispourbellet.
bre g. montagne, colline (Kerne) ; bren, bran (en anoiou-lec’hiou) colline, hauteur.
brennid g. poitrine ; brennidenn gg. devant (d’un vêtement), la partie qui recouvre la poitrine.
breutaënn gg. argument.
bri g. égard, estime, honneur.
broc’ha fâcher, irriter ; broc’hadeg gg. fâcherie (Treger).
bronna eur bugel donner le sein à un enfant ; bronnek mamelu ; bronneg mammifère, lïester -ed ; bronneg-mor mammifère marin.
brorenerez g. politique ; ivez renerez-bro.
broudenn-saez gg. pointe de flèche ; broudenna eur saez mettre une pointe à une flèche.
brouez g., brouezenn gg. emportement, colère ; broueza se mettre en — ; brouezek emporté.
brud g. chronique, histoire.
bugen g. peau de boeuf, de vache.
buhezegez gg. manière de vivre, vie (morale) ; skiant ar vuhezegez morale, éthique.
buorz g. enclos pour les bêtes à cornes (hen-vrezoneg hag anoiou-lec’hiou).


K


kabell g. coiffure.
kae g. barrière ; kaead (skosellou) barrière (d’écueils) ; kaea ouz barrer (à), former barrière (devant).
kaezouriez gg. puberté ; ivez kaezouregez.
kaleted (ouz ar yenien) gg. endurance, résistance (au froid).
kalonegez gg. courage.
kamm-drivliad (kalon) g. mouvement désordonné (du coeur).
kammell gg. crosse (à jouer ; d’évêque).
kan, kan-dour g. bief.
kanadeg gg. action de chanter ensemble, choeur.
kanaouenn-c’horo gg. chant de traite, milking-song.
kanived g. pe gg. canif.
kantenn (an heol) gg. disque (du soleil).

kantren errer, vagabonder, nomadiser ; ivez kantreal.
kanvaouüs lugubre.
karadek aimable, affable.
karr-emgann char de guerre ; karrour charrier (guerrier qui combat en char) ; karrouriez gg. charrerie, l’ensemble des chars de guerre d’une armée (marc’hegiez cavalerie, troadegiez infanterie).
kas da bell (eur c’helenn) pousser à fond (un enseignement).
kehêla honorer.
keita égaliser, mettre de même longueur.
keja ; en em geja e se mêler à.
kel g. mention, nouvelle ; ober kel eus faire mention de ; kel a zo ganen da vont j’ai 1’intention d’aller ; konta eur c’hel da conter une aventure à.
kelennadurez-vrezel gg. éducation militaire ; kelennidigez gg. éducation (de) ; deuet da benn e gelennidigez ayant terminé son éducation.
kelc’h-c’hoari cerceau, lïester kelc’hiou-c’hoari ; kelc’hig petit cercle, cerceau.
kelc’hva, kelc’hennva g., lïester -ou, amphithéâtre ; marc’hva hippodrome ; redva cirque.
keltelez gg. celticité.
Kembre Cambrie, Pays de Galles (krenn-vrezoneg) ; kembraeg g. gallois (langue).
kemma changer ; ivez trei.
kempouez g. équilibre, harmonie.
kenbrezeg U. B. s’entretenir (avec qlqun).
kendalc’h g. contenance, maintien.
kendamouez g. émulation.
kendivera dériver ensemble.
keneila (da) donner comme second, associer (à) ; keneilder g. amitié.
kenemouestla a k. g. engagement mutuel.
kenlïorz gg. jardin public ; kenfourn four banal ; kenvilin moulin banal (Gregor).
kenlinenn strie, ligne parallèle.
kenlodeg copartageant, lïesder kenlodeien.
kenoad, kevoad gant du même âge que.

kenouenn de même race ; kenouennad congénère, lïester kenouennidi.
kenskouer gg. exemple qui concorde, coïncidence ; preuve concordante.
kenstrivadeg gg. concours.
kenveajour compagnon de voyage.
kenveria mettre à côté, comparer ; kenveriadur mise en parallèle, juxtaposition ; -geriou glose.
kenveva vivre en commun, ensemble, côte à côte.
kenwarizi gg. jalousie mutuelle.
keo g. grotte, caverne ; lïester keviou.
kerentiez gg. parenté ; kerentiad g., lïester -ou, famille, au sens large (tiegez famille au sens restreint, ménage) ; kerentiadel familial.
kêriadennad-war-zour habitant d’un village lacustre, lïester kêriadenniz-.
kern-vegek (coiffure) conique.
kerseenn gg. déception.
kerz gg. possession, propriété.
kerzed g. marche, démarche.
keurzelwenn gg. statue colossale (kembraeg) ; sellout ouz delwenn.
keveza rivaliser ; kevezer rival ; kevezerez g. rivalité ; kevezata ouz U. B. evid an herrder hag ar skanvder rivaliser (dans des luttes répétées) de vitesse et de légèreté avec qlqun.
kib-eva gg. coupe à boire (eus al latin cupa) ; ivez hanaf gg. (ha g.)
kigenn gg. muscle.
kila aller à reculons, reculer ; ivez kiza reculer.
kildrôenn gg. sinuosité, détour.
kile compagnon, lïester kileed.
kilredenn-zour gg. remous.
kiza reculer, aller en arrière ; ivez mont war e giz ; ivez kila, argila, souza (ha aller à reculons).
kizennad-vleo gg. mèche de cheveux.
klopenn gg. crâne.
klota adapter ; concorder.
kompezenn gg. plaine.

kontamm g. poison ; kontammet empoisonné.
kougoulad g. capuchon (de...) : kougoulad glasvez eur menez, capuchon de verdure (d’une montagne).
koun (kaout) eus se rappeler de ; kouna penser, rappeler.
krakted gg. vivacité (du regard).
krankal g. cétacé, baleine ; -dentek cachalot ; -Boops rorqual Boops.
kranenn gg. cylindre.
kred (beza) evit stad vat ha yec’hed U. B. répondre du bon état et de la santé de quelqu’un.
-krec’h supérieur ; naoz-krec’h ar froud le lit supérieur du torrent.
krenn-amzer moyen-âge ; krenn-vrezoneg moyen-breton ; krenn-baotr adolescent ; krennvegek (toit) conique ; krennbennek brachycéphale.
krog-diegi g. accès de paresse.
krouzell gg. croupe.
kumun gg. commune.
kunvaat adoucir, polir.


D


dael gg. contestation, dispute.
dalc’hour propriétaire, possesseur ; dalc’hiad celui qui est possédé, sujet, colon, esclave ; lïester dalc’hidi.
dameuc’h renvoi, réfléchissement, réverbération (de la lumière) ; renvoi (du vent) ; répercutement (du son) ; dameuc’ha réverbérer, réfléchir, renvoyer (la lumière, le vent), répercuter (le son). Yez Gwened.
damgredi croire à demi, se douter de, soupçonner.
damc’hlas bleuâtre.
damc’houde peu après.
damlouet grisâtre.
damruzded gg. demi-rougeur, couleur rose.
daougornek bicornu (casque).
daoulamm galop ; — ruz grandissime galop ; pemp-pevar-lamm-ruz ventre à terre ; daoulammat galoper (ivez pevar-lammat).
darbarer préparateur, aide, serviteur.

dared g. trait ;
dareder, -our celui qui lance des traits ; daredi lancer des traits ; daredenn gg. éclair de chaleur, lïester (stroll) dared.
darvoud g. événement ; accident ; darvoudenn gg. événement, accident, circonstance.
daskori rendre, restituer ; en em zaskori se rendre.
das-strolladenna disposer en groupes échelonnés.
dazroudenni, -a zébrer, se zébrer.
deil ano-stroll, feuillage.
delfin g. dauphin ; — gwenn delphinaptère blanc ; — du dauphin noir, globicéphale noir ; — frikorn(ek) narval.
deliadur g. feuillage.
delwenn gg. statue ; keurzelwenn colosse ; lïesdelwenn, groupe.
demat bonjour ; demata dire bonjour, bonjourer, saluer.
denhenvel anthropomorphe, anthropoïde ; ivez furm-den ; denhenvelaat anthropomorphiser ; denhenvelegez gg. anthropomorphisme ; denhenvelerez g., denhenvelidigez gg. anthropomorphisation.
derc’hel war, derc’hel taer war exiger de ; ivez taeri ouz.
dervenneg gg. chênaie, lïester -ou, -i.
dezrevellad g. énumération, litanie.
diagentiad g., lïester diagentidi, ascendant (Notennou X, 1, p. 1).
dianav inconnu.
dianka égarer, s’ —, manquer, disparaitre, échapper à (Rev. celt. 1910, p. 182) ; diankadenn gg. disparition, absence ; dianka (eun dra eus spered U. B.) sortir de la mémoire.
diarvar sûr, certain, assuré.
diarzao sans cesse, sans trève, incessant.
diazezad g. assise (de terrain).
dibleg sans pli, droit ; bleo dibleg ha dirodell cheveux sans ondulations ni boucles.
dibouez a. g. qui n’est pas important, inutile ; a. k. (l’)inutile.
dibrada soulever de terre.
dibreder insouciant ; dibrederi gg. insouciance, indifférence.
dibun g. suite, développement (des événements à venir), destinée.
didav qui ne se tait pas, qui ne reste pas silencieux ; garmadeg didav clameur incessante.

didenn facile.
didrec’hus invincible ; krenvlech didrec’hus forteresse sûre.
didreuzus infranchissable.
didud désert, inhabité ; didudet dépeuplé.
dieubi débarrasser, délivrer.
difluka eus émerger de, sortir de.
difrom sans émoi, de sang-froid ; menel — en eur riskl garder son sang-froid dans le danger.
digalonegez gg. lâcheté (habituelle) ; digaloniez gg. lâcheté, manque de courage (ivez laoskentez).
digas indifférent ; digasted gg. indifférence.
digaser (kentoc’h degaser) celui qui amène, introducteur.
digontammi an aer purifier l’air.
digromma se relever, se redresser (en parlant de quelqu’un qui était courbé vers la terre).
digurunennet qui a perdu sa couronne, détrôné.
dihued g. plaisir, amusement, divertissement ; dihuedi amuser, divertir ; en em zihuedi s’amuser, se divertir.
dic’hallus impossible.
dic’hloaz sans blessure.
dic’horziaoua enlever les côtés d’une charrette.
dilaverez gg., lïester -ou, dilavlec’h g., lïester -iou, lieu où on lave (l’or) (Notennou VII, pp. 19, 25).
dinamma, en em zinamma se débarrasser d’un défaut.
dinoaz inoffensif ; dinoaza rendre, devenir —.
diorren élever (des enfants, etc.).
dioueri (verb oberiad) se passer de.
diroudenni faire perdre la trace, dépister ; dérailler (ch. de fer).
disk g. plat.
disgwel invisible ; lakaat — rendre —.
disked sans éclat, terne.
diskleriadur g. référence ; déclaration ; renseignement ; explication ;
diskleriaduriou a-berz an Hen-amzer les documents de l’Antiquité.
dispennadenn-danvez gg. analyse (chimique).
dispi g. découragement.
distouï he fenn relever la tête (en parl. d’une femme).
distuz sans culture, non préparée (terre).

dius g. choix, sélection ; dius, diuza, choisir ; dius d'eoc’h ! libre à vous ! dius d’eoc’h pe... pe... libre à vous de choisir entre... et...
divarvel immortel (de nature) ; divarvelez gg. immortalité.
diveradurez-c’heriou gg. étymologie ; skiant an — la science de l’ —.
diverzout distinguer (de).
divilha pendre, être pendant (Treger).
divora tirer, sortir de la mer.
divoutin (ano) (nom) propre.
divrud sans gloire, sans renom, obscur.
diwarega eur saez ouz U. B. décocher une flèche à quelqu’un.
diwel (ez) invisiblement ; diwelus qu’il est impossible de voir ; qui empêche de voir ; qui rend invisible ; diwelusa rendre invisible ; mantell-ziwelusa manteau qui rend invisible.
diwevn qui n’est pas souple ; raide.
dizanat inconnu.
dizeeun qui n’est pas droit, loyal ; fourbe ; dizeeunded fourberie.
dizoura (eur c’harr) faire sortir (une voiture) de l’eau.
doarea qualifier ; doaerou-kinklerez motifs d’ornementation (ivez danvez-ornadur).
dorojou portes ; ivez doriou.
douaroniez gg. géographie ; taolennou-douaroniez cartes géographiques ; douaroniezour, douaroniour géographe ; douarour géologue ; douarouriez gg. géologie.
doueoni, doueoniez gg. théologie ; doueüs dévot, pieux, religieux ; kredenn — croyance religieuse ; doueüsted gg. piété, dévotion.
dour-gliz (flistradennou) (jets) d’eau pulvérisée ; dour haouez purin ; dour-melar g. eau minérale (Notennou VII, p. 26) ; dourlec’h g. abreuvoir, réservoir ; doureg gg. aquarium ; dourenn gg. liquide ; jus, suc dourenn-givij gg. tannin ; dourenn grenv gg. mordant chimique ; dourennoniez gg. chimie.
dournskrid g. manuscrit, lïester dournskridou.
dourredenn gg. cours d’eau, lïester dourredennou.

drasterez g. acte, pratique de ravager.
dreist-kred incroyable.
dreistelez gg. supériorité.
dreist-ezomm a. g. superflu ; a. k. (le) —.
dreveza imiter, contrefaire.
drouk-laouen mécontent.
drouk-veska confondre à tort.
drouiz druide ; drouiziez gg. druidisme.


E


edeg gg. champ de céréales, lïester edegou, edegi.
eeunded gg. droiture, justice.
efedus efficace ; efedusted gg. efficacité.
ec’hoaza se reposer (bétail et hommes) ; ec’hoazlec’h g. lieu de repos, lïester ec’hoazlec’hiou.
eien ano-stroll, eienenn, gg. source.
eila accompagner (musique, chant, cris).
eilgeria répliquer, répondre ; eilgeriadenn gg. réplique, réponse.
eilpenna culbuter.
eilstourm répondre à une attaque, contre-attaquer.
elgez gg. menton.
emanavezout a. k. connaissance de soi-même ; verb, se connaitre.
emaoza a. k. g. préparation de soi-même.
emboellad g. exercice (individuel).
embreger risklou affronter des périls.
emdarzata se briser (flots).
emgannata g. escrime ; gand ar vaz, ar c’hleze, hag all du bâton, de l’épée, etc.
emvestronia a. k. g. maitrise de soi-même ; verb, se maîtriser.
emveva (doare-, feur-) manière de se nourrir ; régime.
emwalc’hadenn (emwelc’hadenn gwelloc’h) gg. ablution.
emzalc’h g. contenance, attitude.
emziouer g, continence ; emzioueri v. hag a. k. garder la — ; acte de garder la —.
enaoui allumer.

eneb g. face, visage, figure (krenn-vrezoneg) ; enebwerz prix de la face, de l’honneur (D’Arbois, Droit celtique, I, pp. 88, 131) ; enebadenn, enebadeg gg., eneberez g. résistance ; enebi résister, faire face.
enezeg gg. archipel ; enezennad-douar gg. enclave ; enezennet enclavé ; eneziad insulaire (subs.), lïester enezidi, eneziz.
engehenti v. hag a. k. procréer ; concevoir ; procréation ; conception.
engouestla engager, s’— (terme militaire).
engravadur g. gravure ; engraver graveur ; engraverez g. art, pratique de la gravure ; engravi graver.
enskrivadur g. inscription ; enskriva inscrire ; enskrivour épigraphiste ; enskrivouriez gg. épigraphie.
envez g. ha gg. virole.
envorenn gg. souvenir (déterminé) ; souvenir (objet). Ivez, gand ar ster diweza-man, tra-envor, lïester traezou-, envorenn-drec’h gg. souvenir de victoire, trophée.
erez gg. envie ; erezi envier ; erezus horrible (ivez euzik).
ervenni sillonner ; bro ervennet a stêriou pays sillonné de rivières.
espar singulier, bizarre, extraordinaire (Kerne).
eurc’h g. hurlement.
euri boire (une potion, un poison).
euzden monstre (homme qualifié de) ; euzi (v. oberiad) rendre horrible ; (briz-oberiad) euzi rag éprouver de l’effroi vis-à-vis de ; euzik terrible, effrayant.
evezerez g. surveillance ; eveziadur g. remarque, observation ; eveziek attentif, prudent (habituellement) ; eveziegez gg. prudence (habituelle).


F


fallaënn gg. défaillance.
faltazia imaginer.
falzhenvel falciforme.
farwell bouffon.
feuriad g. convention, traité.
flac’h gg. creux de la main ; flac’had plein le — (ou des deux mains).

foeon ano-stroll, narcisse.
forbanerez g. pratique du brigandage.
foulinenn gg. fourrure.
frealzer consolateur ; frealzidigez gg. consolation (de) ; frealzus consolant.
frilïen g., liester -ou, mouchoir (Breiz Atao, 15 a vezeven 1923, p. 325).
from-difrom (en em lezel da vont) gant se laisser impressionner par ; froma rag s’émotionner de, avoir peur de.
fru g. embrun (Gwened).


G


Galia Gaule ; Galian Gaulois, lïester -ed.
ganas fourbe, perfide.
gaoli bifurquer.
gaolia enjamber ; déguerpir (fam.), et ober gaol ; gaoliad gg. enjambée ; a-c’haoliad à califourchon ; ober re vras gaoliad faire des embarras ; gaoliata enjamber (d’une façon répétée).
garm-emgann gg. cri de guerre ; garmadenn gg. grand cri ; garmadeg gg. clameur (poussée par plusieurs).
geiz g. ramage (d’un petit oiseau) ; geiza faire entendre son ramage ; geizadeg gg. ramage (de beaucoup d’oiseaux).
geler gg. cercueil.
genn-moneiza g. coin monétaire (Notennou VII, p. 152) ; genn-stampi coin à estamper (id. p. 54) ; gennhenvel cunéiforme.
geol g. gueule.
ger-arouez g. mot indicateur ; ger arouez eus an dro-c’halv mot indiquant le vocatif ; ger-etre participe (d’an amzer-vreman présent) ; ger-youc’ha interjection ; geriou-gourc’hemenni ordres brefs, commandements (militaires) ; ger-rener sujet ; ger-renet complément (sellout ouz Technologie grammaticale bretonne in Buhez Breiz, 1922, p. 326-30).
glanaat purifier ; dour-glanaat eau lustrale.
glasten ano-stroll, chêne vert ; unander glastenenn gg.
gleborennek plein d’humeurs.
glen g. vallée ; terre (par opposition à ciel, krenn-vrezoneg).

goëll, gôell g. levure, levain.
gofel-voneiza gg. atelier monétaire (Notennou VII, p. 52) ; gofelia forger.
gorrekaat ralentir ; — da redek — sa course.
goubenner g. oreiller.
goudor, goudorenn gg. abri ; goudori abriter ; goudorlec’h g. lieu d’abri.
goueledi sombrer, couler à fond (oberiad ha briz-oberiad).
gouestla vouer ; gouestlaoui : en em c’houestlaoui da vesaer, hag all s’engager (comme pâtre, etc.).
gougleze g. poignard (gwelloc’h eget gourgleze ; gou= hupo gour = huper).
goularsa récolter de l’ambre ; goularsaer récolteur d’ambre.
gounit-douar (la) culture.
gour g. homme ; personne (après une négation) ; oad-gour âge viril ; gour-pried mari légitime (gwreg pried, pried reiz femme légitime) (Notennou X, pass.)
gourdarza (mor) se briser violemment (mer).
gourdon habitué (krenn-vrezoneg) ; gourdona habituer, entraîner, s’ — ; gourdonet entraîné, exercé ; gourdonerez g. entraînement (yez Gwened).
gourdrec’h (beza) da triompher de ; gourdrec’h g. triomphe ; gourdrec’hi, triompher.
gourdreinek barbelé (ha gouzreinek gwelloc’h).
gourenel, athlétique.
gourenerez g. art, pratique de la lutte.
gourlammat bondir.
gourlufr bien poli.
gournijal survoler.
gourskiltr suraigu.
gourvenn g. rancune.
grougousadeg gg. roucoulement (d’un grand nombre de colombes).
grounnad g. rassemblement.
gwagennaouek (bleo) (cheveux) ondés, ondulés (naturellement).
gwall-namm g. vice, tare.
gwan a. k. g. point faible dans l’organisme ; gwanderiou g. lïes, infirmités.

gwareg gg. arc ; gwarega, gwaregata tirer de l’arc, s’exercer à ; deveziad-gwaregata journée d’exercice à l’arc ; gwareger archer.
gwaska war e boan, war e zaerou refouler sa douleur, retenir ses larmes.
gwastadour terrassier, pionnier.
gwaz, vassal, serviteur ; gwaz Doue serviteur de Dieu ; gwazoniez gg. vassalité, vasselage ; amzer-wazoniez temps, durée de service.
gwazredenn gg. courant d’eau, ruisseau. Sellout ouz dour-redenn.
gweadenn gg. repli (du corps d’un serpent) ; entrelac.
gweenn, gwenn masque.
gwelevi briller, étinceler, resplendir ; gwelevus brillant, resplendissant (Kerne).
gwenc’hoarzin sourire (Gwened ; kembraeg gwenu).
gwenedeg g. vannetais (le dialecte).
gwernhenvel semblable à un mât.
gwerzaouerez g. art poétique.
gwerzenn gg. vers.
gweuz gg., lïester diweuz, lèvre ; gweuzek qui a de fortes lèvres ; gweuzet-hir, hir-weuzek lippu (à la façon de certaines races nègres).
gwezus qui produit (ou apte à produire) des arbres.
gwinver g. écureuil.


H


hanafad plein une coupe (de).
harnez-vrezel gg. costume, harnois de guerre ; armure.
hanval eo semble-t-il ; hanvalout sembler.
healat conduire la charrue ; healer, haeler conducteur de charrue ; eus hael, heal, krenn-vrezoneg haezl manche de charrue.
hekleoï, heklevi résonner.
hed : a-hed-amzer de tout temps.
hegarad aimable.
hegaserez g. taquinerie.
helavar a. g. éloquent ; a. k. g. éloquence, beau langage ; helavarded gg. éloquence (qualité de ce qui est éloquent).

hemolc’herez g. art, pratique de la chasse, vénerie.
hen-amzervez ar maen, hen-oadvez ar maen gg. l’époque paléolithique ; hen-aziad paléoasiatique ; hen-waregerien archers de l’antiquité ; hen-zisklêriadur scholie ; hen-zisklêrier scholiaste.
henvelded gg. ressemblance ; henvelder g. (une) ressemblance, lïesder -iou.
-heol, heolel solaire ; heolienn gg. endroit ensoleillé ; clairière (ivez digoadenn, frankizenn) ; véranda, grianan (d’une maison irlandaise).
herr, herrder g. rapidité ; herrek rapide.
hesonadenn gg. (une) harmonie ; hesonus résonant agréablement.
Hetead Hetéen, lïester Heteïz.
heulia dre e zell suivre du regard ; heuliad g. suite, succession ; heuliad ar sevenaduriou en hor bro l’ordre de succession des civilisations dans notre pays.
hevelebekaat assimiler.
hiraez g. impression résultant de 1’absence, de la privation ; impatience, mélancolie.
hirbennek dolichocéphale.
hir-evezia a. k. g. action d’observer, examiner longuement ; hir-striva (an) (la) continuité de l’effort.
hir-hoal grand âge ; hir-hoalet âgé.
hirnez mélancolie, nostalgie, tristesse.
hoaler celui qui attire, qui capte, qui charme, qui séduit (en bonne part). Kembraeg chwel, chwyl « tro », chwylo « trei » ; hen-iwerzoneg sel « tro ».
hobregon g. cuirasse ; hobregonek qui porte (habituellement) une cuirasse ; hobregonet revêtu d’une —, blindé ; hobregonadur g. blindage.
holl : en — d’an — entièrement, complètement.
holl-ariek pan-aryen.
holl-boellek suprêmement sage.
horell gg. balle (du jeu de crosse).
houarnlazet tué par le fer (kenveria kroazstaget hag an ano doueel iwerzonek Ernmas) ; houarngen, houarnwisk g. armure ; houarnwiska barder de fer.
hud g. magie ; hudour magicien, enchanteur, sorcier ;

hudouriez gg. science magique ; hud ar pennou bizied magie du bout des doigts (sur ce procédé de divination, voir D’Arbois, Intr. p. 249-52).
hudurn(i)ez gg. luxure.


C’H


c’hoariadenn gg. partie de jeu.
c’hoarzadeg gg. action de rire (en parl. de plusieurs personnes) ; c’hoarzadenn gg. (un) éclat de rire.
c’houekted gg. douceur.
c’houita manquer, échouer ; c’houita war e gefridi ne pas réussir dans sa mission.


CH


chatalek brutal, bestial.


I


Indian Indien (d’Amérique), lïester -ed (Indezad Indien de l’Inde, lïester Indeziz) ; indianeg indien (langue des Indiens d’Amérique).
islonka enfoncer et s’enfoncer dans l’abîme ; engloutir ou s’engloutir.
Iwerzon Irlande ; Iwerzoniad Irlandais, lïester Iwerzoniz ; iwerzoneg irlandais (langue).
izelenn gg. endroit bas, dépression du sol.


Y


yac’haer guérisseur.
yaouer cadet ; -ez cadette.
yec’hedour hygiéniste ; yec’hedouriez gg. hygiène ; yec’hedus hygiénique.
yez gg. langue ; yezer qui parle une langue ; lïesyezer polyglotte (homme) ; yezour linguiste ; yezouriez, yezoniez gg. linguistique ; yezadur g. grammaire ; yezadurour grammairien.


J


Japan Japon ; Japanad Japonais, lïester Japaniz ; japaneg g. japonais (langue).
jedi v. calculer ; a. k. calcul ; o tigemerout ar jedi strisa en s’en tenant aux évaluations les plus basses.
jenevreg génévrier.


L


labour-micher g. travail manuel ; ivez labour-dourn.
lakaat diwar conclure de, appuyer une supposition sur (ivez dastum conclure).
lammerez g. l’art, la pratique du saut.
lao gg. main (hen- ha krenn-vrezoneg lau, kembraeg llaw, iwerzoneg lam = hen-geltieg *lama).
las-bann g. lasso ; lasbanna lancer le lasso ; pleustri war al lasbanna s’exercer à lancer le lasso.
lavared g. propos, lïester -ou (Combeau) ; lavarenn gg. formule.
led-enez(enn) gg. presqu’île.
ledan : an hanv, kemeret ez ledan, a zo anezan c’houec’h miz l’été, au sens large, comprend six mois.
lerenn-vanna gg. amentum.
libistra oindre, frotter d’un liquide épais ou gras ; crotter.
lida-kanvou a. k. g. acte de célébrer les rites funéraires.
lïesdouead polythéiste ; lïesdoueadegez gg. polythéisme ; lïesozac’h polyandre ; lïesozac’hiez polyandrie ; lïeswreg polygame ; lïeswregiez gg. polygamie ; lïesliou multicolore ; lïesliviou nombreuses couleurs ; lïesrôadou (roue e) (roi aux) multiples dons ; lïested gg. multiplicité.
lituaneg lithuanien (langue).
limestra pourpre.
linennadur an dremm g. unan, les traits du visage.
livadur-war-vur g. peinture à fresque (Notennou VIII, p. 46).
livrin (teint) clair, vermeil ; livrina devenir, rendre vermeil.
lizerennadur g. assemblage de lettres ; texte, composition (typographique).

lore g. laurier ; lorea couronner (un livre, un auteur) ; loread, lïester loreïdi, lauréat (K. ar V. pass.).
lourenn gg. lyre.
louzaouenn-ar-goukou jacinthe.
lu g. ridicule ; ober al lu gand U. B. tourner quelqu’un en ridicule (Kerne).
luga obscurcir, s’ — ; amzer lug, luget temps couvert sombre (Kerne).
luc’h-meur an daouarn grande lumière des mains ; sur ce procédé de divination, voir d’Arbois, Intr. p. 246-9 ; Civilisation des Celtes, p. 89.
lun g. forme, figure, effigie, image (kembraeg llun) ; ger divoas e brezoneg, miret hepken en ano-den Luner (hen-geltieg *Lounarios, *Lounorios, Rev. celt. 1909, p. 137). Ober a c’heller gantan e geriou nevez, diougevrennek ha gouiziek a-seurt gand arouezlun hiéroglyphe.


M


makedoneg g. macédonien (langue).
maga-loened élevage.
mac’hagn g. infirmité.
mammenn gg. source ; ivez eienenn.
manal g. ha gg. gerbe (Gwened).
maneg veskenek gg. gant à doigtier.
marblunv duvet.
marvelen jaune sale.
melen-gwenn (bleo) (cheveux) blond pâle.
melion violettes ; melionenn gg. une seule violette (Ar Gonideg). Ivez troad-ebeul.
mell gg. soule, ballon à jouer ; mellat jouer à la soule.
mennad g. intention, but.
mennout vouloir ; mennerez g. volonté.
menoz g. idée, pensée, intention ; doare-menozia façon de penser.
menti mesurer.
mesaer pâtre, berger.
mesper ano-stroll, nèfles.

mestroni gg. suprématie, maîtrise ; mestronia maîtriser.
meuraat grandir, magnifier ; meurdez gg. majesté ; meurdezus majestueux.
meurvil g. cétacé, lïester -ed.
mezeg g. médecin, lïester -ed ; mezegiez gg. médecine.
mezur nourrir.
miliad g. groupe de mille, millier ; navet miliad eul levr le neuvième mille d’un ouvrage.
mirdi g. musée ; mirerez g. action de garder, de conserver ; gg. lïester -ou lieu où l’on conserve, consigne (dans une gare de chemin de fer).
mirout-greun (ar) (la) conservation du grain.
mont da U. B. dre s’y prendre avec quelqu’un (doucement ou vivement), user avec quelqu’un (de paroles vives, etc.) ; mont war wellaat progresser.
mora (eur vag) mettre (une barque) à la mer.
mordilh : a-vordilh par myriades.
morlusenn gg. brume de mer.
moug sombre (couleur).
mougeo gg. caverne, grotte (ha bougeo, bougou ; kembraeg gogof).
mourenn gg. moustache.
moustrad g. foulée.


N


naerek qui renferme des serpents ; qui tient du serpent.
nac’hennad-vleo gg. natte de cheveux (Gwened, Kerne).
nammded gg. état de ce qui a une tare.
naoz gg. lit (d’un cours d’eau).
nein, nen an ti le faîte de la maison ; nenboent g. zénith (diouz ar c’hembraeg).
nep-reiz neutre (grammaire) ; ivez gwan (nep-reizelez genre neutre ; gwanelez qualité neutre (d’un nom, d’un adjectif ou d’un verbe). Sellout Technologie grammaticale, Buhez Vreiz, octobre 1922, p. 326.
nepell non loin.
nerz-maga g. valeur nutritive (d’un aliment).
nêtoni gg. propreté.
neuz-dalc’h gg. contenance, maintien.

nevet saint, sacré, tabou ; neved, g. nevedenn gg. sanctuaire, lïester nevedou, nevedennou.
nijadeg gg. vol (d’une troupe d’oiseaux).
noazded gg. nudité.


O


oad-dimezi nubilité ; oad-gour virilité.
oadveziad (an arem), lïester oadvezidi, homme de l’âge (du bronze).
ober g. pratique, usage, emploi ; ar skiant-graou hag an ober-graou la théorie et la pratique ; an ober gand al lasbann l’usage du lasso ; ober kunv, karantezus, da U. B. traiter doucement et affectueusement quelqu’un ; ober e doare agir à la façon de ; ober e vad eus profiter de ; ober en-dro da, ober war-dro s’occuper de, servir ; ober war-dro U.B. soigner quelqu’un, s’occuper de quelqu’un ; oberenn gg. oeuvre ; obererez g. pratique ; fabrication ; oberia fabriquer ; oberia (doare-) manière d’agir ; oberiad actif ; oberiadenn gg. opération, acte d’exécuter ; oberiadur exécution ; objet fabriqué, oeuvre, ouvrage ; oberiaduriou o ijinerez les produits de leur industrie (Notennou, V, p. 6) ; oberiant actif ; oberidigez gg. fabrication de, exécution de ; oberiet travaillé ; gweskennou oberiet kaer-tre des mors d’un très beau travail (Notennou VII, p. 13) ; oberour auteur ; fabricant.
oged gg. herse ; ogedi herser.
olifant g. éléphant ; ivoire.
ornadenn gg. action d’orner ; ornadur g. ornement, ornementation ; ornadurez gg. l’art de l’ornementation.
ouf g. baie (Gwened).
ozon sellit ouz aezenn-dredanet.


P


pad g. durée ; padel, padus durable.
pantenn gg. pente, versant (d’une vallée).
paoata piétiner (en parl. de bêtes).
paot nombreux ; paota, paotaat multiplier, se - .
paotr-karr cocher.

paskadur nourriture (donnée à un petit d’homme ou de bête).
pastell-vro gg. arrondissement.
paterennou (goularz, hag all) grains (d’ambre, etc.), Notennou VII, p. 36 ; gouzougad paterennou collier fait de tels grains.
pazenn (derez) -doarea uhela superlatif (relatif).
pelenn gg. balle (à jouer) ; pelenn-droad foot-ball.
penn : penn-advab principal pupille ; penn-bloaz g. demi-année ; penn-devez demi-journée ; penn-dez : da bep — matin et soir ; pennmoala scalper ; a. k. décalvation ; penn-vagadur principale nourriture ; penn-den, penndenel à tête humaine, androcéphale.
pense g. naufrage ; pensea faire naufrage ; pensead naufragé, lïester penseïdi ; penseër naufrageur, lïester -ien.
peoc’hiek pacifique ; peoc’hier pacificateur.
per g. chaudron (brezoneg koz).
perz-vat gg. ha perz-mat g. qualité, bonnes dispositions ; ivez begenn.
peurbobla achever de peupler.
peurdreanti pénétrer complètement.
peurgelenn achever d’instruire ; merc’hed bras, bet peurgelennet de grandes filles, ayant terminé leur éducation (ivez diskoliet, deuet da benn o c’helennidigez).
peurliesa généralement, en général.
peurnevesaat renouveler complètement.
peuroberia accomplir, parachever.
peurouiziek tout à fait savant, suprêmement savant.
peurreiz parfait ; peurreizded gg. peurreizder g. perfection.
peur-spis-weler suprêmement clairvoyant.
peurvat tout à fait bon, accompli ; brezelour peurvat guerrier accompli.
peurzigemm complètement inaltérable, qui ne change pas.
peur-zigened complètement privé de beauté, très laid.
peur-ziouiziek tout à fait ignorant.
peurzivi complètement épuisé ; -a épuiser complètement, achever d’épuiser.
peurzu complètement noir, d’un noir intense.
peus-steki ouz toucher presque à.

peuz-kerkent presque aussitôt.
pevarveder g. nombre quatre.
pik g. point.
pigos g. bec (d’oiseau).
pimpatrom g. prototype (et prim-patrom Gonid., kent-patrom).
plava s’abattre (oiseau).
pleg (kemerout ar) da prendre l’habitude de.
pleustri, pleustra fréquenter, être en relations avec ; pleustra eur verc’h fréquenter, rechercher une fille en mariage ; pleustri loened dresser des animaux (ivez embreger, deski) ; accoutumer, s’—, se plaire à quelque action, persévérer dans une entreprise (Maner, Pelleter) ; pleustra war s’occuper de, traiter (une question), cultiver (un art, une science) ; pleustri war deurel ar saez s’exercer à lancer la flèche ; pleustri war embreger armou s’exercer au maniement des armes ; pleustrer celui qui recherche une fille en mariage ; dresseur d’animaux ; pleustradeg gg. exercice collectif (de soldats, de gymnastes, etc.) ; pleustrerez g. fréquentation ; pratique.
pleza tresser ; plez, plezenn tresse.
poell g. mesure, prudence, jugement, discernement, raison ; poellad g. intention, pensée, effort (surtout de l’esprit, de l’intelligence) ; ar poellad filozofel la spéculation philosophique (Notennou, II, p. 20) ; poelladi s’appliquer, s’exercer, s’efforcer.
poloneg g. (le) polonais ; Poloniad lïester Poloniz Polonais.
pourc’h g. vêtement (Kerne).
preder g. souci, soin ; prederenn gg. pensée, réflexion ; prederenni faire des réflexions ; predererez ar chatal g. la pratique, l’art de soigner le bétail ; prederia soigner, réfléchir ; prederiadenn gg. réflexion ; méditation ; prederour , penseur, philosophe ; prederouriez gg. philosophie.
preizerez g. pratique du pillage.
pulluc’her celui qui réduit en cendres.
punsa puiser.


R


rag-enep da en face de, vis-à-vis de.

ragkarvanek prognathe ; ragkarvanegez gg. prognathisme ; ragkroc’hen g. épiderme (kroc’hen derme).
rakwel g. prévoyance ; rakweladenn gg. vue prophétique, prévision ; rakweler prévoyant ; ambrenn rakwelerez délire prophétique ; rakwelour voyant, prophète ; rakwelouriez gg. esprit prophétique.
rann-gêr gg. quartier d’une ville (Notennou VII, p. 53) ; rann-ved gg. partie du monde ; rann-vloaz gg. saison ; rannvor gg. parage, lïester rannvoriou ; rannyez gg. dialecte.
rao g. ha gg. (gg. e kembraeg) chaîne (Kerne).
raoskl, ano-stroll, roseau ; raoskleg gg. roselière.
rât, ratoz gg. pensée, dessein, réflexion ; gant rat vat à dessein, à bon escient ; hep rat d’in sans y penser, à mon insu ; a-ratoz exprès, de propos délibéré ; a-ratoz-vat, a-ratoz-kaer tout exprès.
ravent, ranved (gwelloc’h) g. sentier.
rederez g. l’art de la course.
reisaer régulateur ; reizadur g. règlement, disposition ; reizaouer magistrat.
reiz-lez gg. reizadur-lez g. protocole de cour.
relegenn-eskern gg. squelette.
remziad génération (ivez rummad).
renkad (ar Gevredigez) classe (de la société).
reuzeulenn-draez gg. banc de sable.
re-varc’hegez g. abus de l’équitation.
re-zidalveza g. excès de fainéantise.
rez gg. rang ; rezad rangée.
ro g. don ; rôad g. don, présent ; rôad-meur, rôad-sakr offrande, sacrifice (à la divinité), (ivez lidrôad, lidlazad, aberz).
rodellaouek (bleo) (cheveux) bouclés ; hir-rodellaouek aux longues boucles ; berr-rodellaouek aux boucles courtes.
roenvad gg. coup de rame ; roenvadenn gg. action de ramer, coup de rame ; trajet exécuté à la rame.
romaneg g. roman (langue).
roudenn gg. trace, ligne, direction ; roudenn an hent la direction de la route ; roudenn an avel la direction du vent.
roudour g. (ha roudouz gg. : roudouz-vaen sorte de gué ; roudou- en anoiou-lec’hiou) gué. E krenn-vrezoneg e kaver ar furmou roudoez, rodoez, Ern. Gloss. m.-br. p. 584.

rusianeg g. russe (langue).
ruzell-veure gg. la lueur rouge qui précède le lever du soleil.


S


sae-vailhek arem gg. cotte de mailles de bronze.
saezek qui a une flèche.
san gg. canal.
sav-dizav qui s’élève et qui s’abaisse.
skarz-dent cure-dents ; skarz-ivinou cure-ongles ; skarz-kroc’hen strigile ; skarz-hent chasse-pierres (de locomotive).
sked-disked aux reflets changeants, moiré ; skedet-diskedet (daoulagad) (yeux) rendus tour à tour brillants ou assombris.
skei etrezeg se diriger vers, mettre le cap sur.
skeudennaouek (mouladur) édition illustrée.
skiant : — ar Gevredigez science sociale ; — ar vuhezegez la morale, l’éthique ; skiant-desket, -prenet (l’) expérience.
sklavel servile, d’esclave ; sklavelez gg. esclavage ; sklaverez g. action de réduire en esclavage ; sklaveta faire la chasse aux esclaves.
sklosennek osseux (corps), anguleux (visage). Yez Treger.
skoazeller auxiliaire.
Skos Ecossais, lïester -ed ; Bro-Skos Ecosse ; skoseg écossais (gaélique d’Ecosse).
skournredenn gg. glacier, lïester -ou. Ivez klereg.
skrapadenn gg. enlèvement.
sebezenn gg. impression vive et subite, saisissement, surprise.
sed voici.
seizhenvel semblable à de la soie, soyeux.
selledou considérations, considérants ; sellout ouz lavared uheloc’h.
semiteg g. sémitique (langue).
semplaënn gg. faiblesse.
serr : en o — en leur compagnie.
sevel en eneb da red eur stêr remonter le courant d’une rivière.

Sina (Bro-) Chine ; Sinaad Chinois, lïester Sinaiz.
solieradur g. étage.
span g. pause, cesse ; spanaat faire une pause, cesser, s’interrompre.
sparfadur g. aspersion ; — dour-glanaat — d’eau lustrale.
Sparta Sparte ; Spartad habitant de Sparte, Spartiate, lïester Spartiz ; eun doare dibab Spartiz une sorte de sélection spartiate.
speurenn gg. paroie, cloison, lïester -ou ha speurinier.
spez g. apparence ; fantôme.
spis, spes clair, distinct, beau, noble, a. g. ha rgv. spis-wel clairvoyance ; spis-weler clairvoyant ; spisa rendre clair, distinct, publier, indiquer, informer (Gwened spisein publier ; kembraeg hysbysu annoncer, informer) ; spiwelouriez gg. divination, seconde vue.
staon gg. étrave, proue.
stel-gwarez g. dais protecteur.
ster g. sens, signification (yez Treger ; kembraeg ystyr) ; sterad sémantème ; steroniez gg. sémantique.
steredoniez, gg. astronomie ; steredoniour astronome ; steredour astrologue ; steredouriez astrologie.
stokadenn gg. action de heurter.
strad g. fond (de la mer, etc.), cale (d’un navire) ; mont d’ar — couler (à fond), s’enfoncer.
strink g. cristal.
striva (en em) faire des efforts ; hep en em striva sans se donner de peine, sans faire d’efforts ; distriv, distriv-kaer sans effort, sans aucun — ; strivant actif, qui s’efforce ; striva da s’efforcer de.
strivella étriller.
striz : an hanv, kemeret ez striz, a zo anezan tri miz l’été, au sens étroit, comprend trois mois ; striz-ode défilé.
stroll : ano-stroll nom collectif.
strons g. stronsadenn gg. ébranlement, secousse ; stronsa, stronsadenni ébranler, secouer.
stuc’h plumes ; stuc’henn gg. une seule plume ; — saez pennon de flèche ; stuc’henna eur saez empenner une flèche.
stuzia donner une façon (culturale) à.
suraval citron (kembraeg).


T


tachennad gg. étendue (de).
talvezout da servir à ; talvezout war valoir plus que ; talvezout kement ha, talvezout da lavarout, talvezout vouloir dire.
taolenni représenter, dépeindre, décrire.
taolerez-vein gg., taolerez-daredou lïester taolerezed- baliste, catapulte ; ar wareg l’arc ; ar stignad-kerden le ressort de cordes ; ar fust la pièce de bois principale ; ar c’haran le conduit ; an antellerez gg. l’appareil à tendre ; an harz, an dleizenn l’arrêt ; dizleizenna faire fonctionner le déclic ; an hed-tenn la portée ; an dared, le trait ; ar boled lïester boliji le boulet.
taran g. tonnerre ; taranad coup de tonnerre ; tarani tonner (Gwened) ; taranou cataracte (ano-lec’h).
tarvoal à demi-chauve.
tav g. silence ; war-dav en silence.
tavantek misérable, nécessiteux ; tavantegez gg. misére, pauvreté.
temz-aer, temz-amzer climat ; temz-korf tempérament ; temz-hin climat.
tenv g. sève (Kerne).
termen : dont d’e dermen prendre fin ; kas d’e dermen mener à fin, achever ; termeni borner.
test g., testenn gg. sujet ; testou delwennou des sujets de statues (Notennou I, p. 21) ; testenn eur werz-veur le sujet d’un chant épique (VI, 24).
teuzi diwar goar kollet (an) (la) fonte à cire perdue (Notennou VII, p. 54).
tevel war eun dra passer une chose sous silence ; tevel (da goueza) cesser, cesser de tomber (pluie).
Tibetad Tibétain, lïester Tibetiz ; ejen tibetad yack (bos grunniens) ; ejen indezad zébu (bos indicus).
tilh tilleul.
tiz g. vitesse, hâte ; a-diz rapidement.
tok-houarn g. casque de fer ; tog-brezel casque (en général) ; tokhouarnet recouvert d’un casque, casqué.
tolzenn gg. masse, lingot.

tonkadur g. destinée, sort.
tonenn gg. couenne ; couche végétale du sol.
tonn gg. vague, lïester -ou.
tont g. amadou ; sec’h-tont sec comme de l’amadou, très sec.
tor g. flanc (de montagne, falaise, etc.) ; torad portée (d’une femelle), grande quantité ; v. torrad.
torkad g. bouquet (de fleurs) ; faisceau (de brindilles) ; compagnie (de perdrix) ; harde (de cerfs).
torchad g torche ; ivez eteo-sklerijenni.
torrad g. portée.
tornaod g. falaise.
touellenn gg. charme ; touellwel g. mirage (dans le désert).
toullgofa éventrer.
tourtal frapper de la tête, cosser.
tozell gg. habitude (Kerne) ; tozelladur g. accoutumance.
traezenn gg. grain de sable ; banc de sable, plage.
traon inférieur ; karvan-draon mâchoire inférieure.
treant g. harpon ; treanti harponner, percer, transpercer, pénétrer (fig.).
tregontvedad g. groupe de trente ; -bloaziou cycle de trente ans.
trec’h a. g. plus fort ; a. k. g. victoire, succès ; trec’hded gg. supériorité ; beza trec’h da l’emporter sur ; trec’h-brezel victoire guerrière, succès guerrier, lïester trec’hiou- ; kanaouenn-drec’h chant de victoire, lïester kanaouennou-trec’h ; trec’hadenn gg. acte de remporter la victoire, de triompher ; trec’hidigez gg. action de vaincre, défaite de ; trec’hidigez Kelted an Azi Vihana gand ar Romaned la défaite des Celtes d’Asie Mineure par les Romains ; trec’her, trec’hour vainqueur, triomphateur ; trechad vaincu, lïester trec’hidi ; trec’hlid g. triomphe (fête romaine), lïester trec’hlidou ; trec’htidel triomphal (qui se rapporte à la fête romaine appelée triomphe). Pour rendre triomphe au sens de « grande victoire » voir gourdrec’h.
trei mistri a. k. g. changement de maîtres.
tremen diouz U. B. contenter quelqu’un.
tres g. dessin, plan ; tresa dessiner ; tresadenn gg, acte de dessiner ; treser dessinateur ; treserez g. art, pratique du dessin.

treuz-kammed (spered) écart (d’intelligence).
treuz-embreger manier à tort, de travers.
trevadus qui donne des moissons, apte à produire des —.
trevell g. travail ; embarras ; trevelli travailler ; donner de l’embarras.
triloen g. trio de bêtes.
tro-enep gg. contraire, réciproque.
tro-heol gg. héliotrope ; marguerite.
tro-c’halv, tro-c’hervel vocatif ; tro-c’henidig, tro-c’henel génitif.
tro-c’houzoug gg. cravate ; collier.
tro-vicher gg. procédé (dans les métiers).
trôenn gg. tourbillon (dans une rivière) ; trôenni tournoyer (en parl. de l’eau).
turgn g. tour (outil).
tuz g. trot (Treger ; kembraeg tuth ; tuthio trotter).


U, V, W, Z


uhel-brizet très estimé, tenu en haute estime ; uheldad, ozac’h-meur lïester uheldadou, ezec’h-veur patriarche ; uheldadelez, dreistveli-dad patriarcat ; uhelvammelez, dreist-veli-vamm matriarcat ; uhel-vos haut-relief (izel-vos bas-relief ; peurvos ronde-bosse).
Ulad Ulate, habitant de l’Ulster, lïester Uladed ; Bro-Ulad Ulster.
uloc’h g. poussière (Kerne).
unander g. singulier ; unanderenn gg. singulatif. Sellout ouz Technologie grammaticale in Buhez Vreiz 1922, pp. 326-30.
unandoare uniforme (a. g., hag unvan, unvan-doare) ; unanwreg, eunwreg monogame.
unani (en em) s’unir, se confondre.
unvan uni (union morale) ; pareil, uniforme ; a-unvan d’accord ; unvan int ils sont pareils ; unvan-doare uniforme ; unvanded gg. uniformité (dizunvanded diversité) ; unvaniez gg. accord, union (morale).

vilbez mauvaise personne ; vilded gg. laideur.
warlerc’hiad successeur, lïester warlerc’hidi ; warlerc’hiet arriéré.
war-naou en pente ; — dam-blên en pente douce.
zendeg g. zend (langue).
zoken même.


————

DA REIZA
————


P. 5, lin. 4, lemel ar virgulenn goude « (ar) vrezelourien ».

P. 8, not. 3, lin. 6, izelaat ar virgulenn e penn al linenn.

P. 16, not. 2, lin. 3, e lec’h « pp. 127, 147, 87 » lenn pp. 87, 127, 147.

P. 18, lin. 6, e lec’h « War eun dro » lenn « Ha war eun dro ».

P. 20, not. 1, lin. 7, e lec’h « skol » lenn « skoliou ».

P. 27, not. 1, lin. 4, e lec’h « Nestlé » lenn « Niestlé ».

P. 39, not. 2, lin. 2, e lec’h iwerzonek » lenn « iwerzoneg ».

P. 41, lin. 2, e lec’h « loued » lenn « louet ».

P. 44, not. 2, lin. 1, e lec’h « an heol a vont » lenn « an heol o vont ».

P. 45, not. 2, lin. 1, e lec’h « Den yaouank » lenn « Yaouankik » (Iovinkillos a zo eur ger-bihanaat diwar Iovinkos « yaouank »).

P. 48, not. 2, lin. 2, e lec’h leuhenvel lenn leuhemel.

P. 58, lin. 2, e lec’h « klopen » lenn « klopenn ».

P. 62, not. 3, lin. diweza, staga kement-man : — Gant Lituaniz e oa gwregel ivez ano an heol : Saule detvo dukte « Saule, merc’h Dewos ». Hevelep tra gand ar Rusianed : Matushka krassnoye solntse « ar Vamm-ruz Heol », A. Carnoy, les Indo-Européens, Brussel, 1921, pp. 183, 187.

P, 63, not. 2, staga al levr-man : J. de Morgan, l’Humanité préhistorique, esquisse de préhistoire générale, 1921, pp. 27-9.

P. 74, not. 2, lin. 4, e lec’h « keurzelwen » lenn « keurzelwenn ».

P. 87, eil dilinenna, lin. 8, e lec’h « a c’hlazvez » lenn « a c’hlasvez ».

P. 93, not. 2, e lec’h « p. 651-2 » lenn « pp. 651-2 ».

Geriadur, adstaga : awenadur g. inspiration ; — azezenn gg. siège ; — kevannez habité ; kevannezlec’h g. habitation ; kevannezour, kevanneziad habitant ; kevannezus habitable, avantageux ou agréable à habiter ; — krennwez arbrisseau (brousgwez arbuste) ; — delwenner statuaire, imagier ; — digenvez g. solitude ; a. g. solitaire, désert, isolé ; beva ez digenvez vivre solitaire ; — doueedoniez gg. mythologie ; — da heul emzalc’h contenance... staga « retenue » ; — enbrôa (gwin) importer (du vin).

————
DA REIZA ER GEVRENN GENTA


P. 14, eil dilinenna, ger diweza, lakaat kement-man e notenn ouz traon ar bajenn : — Taolennet alïes a-walc’h eo an obidou war an izel-vosou kaeraet ganto beziou hen-boblou ar Reter-Nesa. Gwelout, da skouer, gand an Etrusked (pobl genidik eus an Azi-Vihana) an Tomba del Morto hag an Tomba del letto funebre, Poulsen, Etruscan Tomb Paintings pp. 16-40, sk. 9, 34. Diwar dishenvel awenadur eo izel-vosou ti-kanv Mausolos, kizellet ma ’z int bet gant Gresianed war-dro ar bloaz 340 kent H. S. An testou anezo a zo emgannou etre Gresianed hag Amazonezed. Dilerc’hadou ar Mausoleion, dizouaret gant Newton e 1857, a zo leuniet ganto e Londrez, er Mirdi breizek, eur sal a-bez (Mausoleum Room), S. Reinach, Apollo, histoire générale des Arts plastiques, trede mouladur, Paris, 1906, pp. 61-2 ha sk. 89 ; Baedeker, Londres et ses environs, navet mouladur, Leipzig, 1894, pp. 180-1.

P. 16, eil dilinenna, lin. 8, e lec’h « peurvaniou » lenn « peurvanou ».

P. 23, not. 4, lin. 5, e lec’h « Religion » lenn « Religions ».

P. 43, not. 1, klokaat evel-hen : E-kenver an hen-geltieg vison, visontos eman an hen-uhel-alamaneg ivisunt « ejen moueek », hen-saozneg Breiz-Veur weosend, hen-skandinaveg visundr, hen-bruseg wissambris. Uros a gaver ivez er yezou nevez-c’hermanek aet d’ar furm ur, urr (Zaborowski, Peuples aryens, p. 396).

Hag hen bet stank a-walc’h en Europ a-bez hag e rann vrasa an Azi, an ejen moueek n’eus ken anezan hizio nemed en eur c’hoad eus al Lituania ha war dinaou hanternoz an aradennad-veneziou Gokaz, e-harz menez Elbrouz, demdost da vammennou stêriou Terek ha Kouban. Skeudennet eo bet alïes, en hen-varevez ar maen, gant hemolc’herien an Europ-kornog (S. Reinach, Répertoire de l’Art quaternaire, 1913, pass.), ha, d’eur mare nesoc’h d’eomp, gant lien-zelwennerien bro-Galdea. Dindan an ano a Daro Nenvel en devoa e lec’h merket e doueedoniez Kaldeïz hag e voe an neuz anezan pimpatrom Taro penndenek an Assiriaded (Breuil, le Bison et le Taureau céleste chaldéen in Rev. Arch. 1909, 1, pp. 250-4).

Diouz e du, an ejen-meur a zo bet skeudennet meur a wech gant Hen-Gretiz (dreist-holl war unan eus gobedou aour Vaphio) ha, gwirhenvel-mat, ez eo diwar an nerz hag ar feroni anezan e voe ganet mojenn vrudet ar Minotauros (Dussaud, Civilisations préhelléniques, eil mouladur, pp. 66,71 ; Hazzidakis, Tylissos à l'époque minoenne, Paris 1921 ; cf. Anthr. 1922, pp. 555-6). Eur ouenn peur-gollet n’eo ken hizio ; hogen, er XVIet kantved goude H. S., ez oa c’hoaz eun nebeut anezo e Mazovia hag e Lituania ha taolennet eo bet gant meur a skrivanier eus an amzer-ze, Austrianed, Alamaned ha Poloniz. Dishenvel ez oa en-holl-d’an-holl diouz an ejen moueek.

An ejen moueek a zo d’ezan eur c’hein kroumm o sevel en eun dorgenn etre e ziou-skoaz. E gerniel, bihan diouz e vent (50 santimetr), a zo pell-bras an eil diouz egile, rak, e lec’h beza, evel re an ejened all, war gern e benn, e savont en daou du anezan, etre al lagad hag ar skouarn. Eun hir-varo a c’holo e zioujod hag e elgez, hag eur stank a vouead e benn, e c’houzoug, e ziskoaz hag e vrusk. Gell-moug peuz-du eo ar bleo anezan er goanv ha gell-kistin-flamm peuz-louet en hanv.

An ejen-meur, en eneb, n’oa d’ezan na torgenn, na baro, na moue.

Peur-henvel ez oa ouz an ejen donv, nemet brasoc’h ha krenvoc’h. Diwech brasoc’h ez oa e benn eget hini an ejened a vrasa gouenn breman, hag ez oa mentet kement hag an ejen moueek, pe zoken dreist d’ezan (an ejen moueek a hell tizout 2 metr 16 santimetr uhelder, war 4 metr hed ha 952 kilogram pouez). Peur-zu ez oa liou e vleo nemet eur roudennad wenn a-hed e livenn-gein. E c’houltenn a oa dister hag e gerniel hir, eeunet war raok ha, goude, war grec’h, louet-gwenn o liou en o zreid ha du en o begou. An ejen-meur a oa e ano tur e poloneg, turu en hen-slaveg, tauris en hen-bruseg. Evid an ejen moueek, zuber eo ez oa anvet gant Poloniz (Brehm, les Mammifères, mouladur gallek gant Gerbe, II, pp. 645-54 ; Perrier, la Vie des Animaux illustrée, Mammifères gant Ménégaux, II, pp. 296-7, 325-30 ; gwelout ouspenn Notennou diwar-benn ar Gelted koz, XII, kenta hag eil kevrenn, pp. 18-9).

P. 105, pempet dilinenna, lin. 2, e lec’h « e c’hourgleze » lenn « e c’hougleze ». Hevelep reiza (gou e lec’h gour) 6vet dilinenna, lin. 1 ; p. 106, 3vet dilinenna, lin. 10 ; 5vet dilinenna, lin. 5 ; p. 114, eil dilinenna, lin. 19, 24 ; p. 115, eil dilinenna, lin. 17 ; p. 178, lin. 6. P. 111, 6vet dilinenna, lin. 5, e lec’h « gourzreinek » lenn « gourdreinek pe gouzreinek » ; hevelep reiza, p. 178, lin. 19. P. 132, lin. 2, e lec’h Brannodunon lenn Branodunon, — lin. 3, e lec’h Sonoduron lenn Sonnoduron. Evit sonno- « heol » kenveria hen-geltieg sonnokingos, hen-iwerzoneg forsunnud « illustratio » (= *vorsonnatus), kembraeg honnaid « brudet, anavezet » (= *sonnatios) ha gwelout Rev. celt. 1920-1921, p. 313. Arvarus eo an dalvoudegez a « vourc’h » a zo bet rôet d’an hen-geltieg duron, duros, aman, pajenn 136 hag en Notennou, II, p. 35. C. Jullian en deus lavaret en e Hist. de la Gaule, II, p. 255, not. 1, ez oa moarvat d’ar ger-ze ster al latin vicus. Nemet gwirhenveloc’h ha marteze gwelloc’h diskleriadur eus duros, duron a zo bet rôet abaoe gant F. G. Diack in Rev. celt. 1922, pp. 155-6. Hel lakaat a ra e kemm gand ar gouezeleg dur « treiz, tremenlec’h », heman diwar eur furm gosoc’h durus, duras a zo da ziforc’ha diouz dorus, « dor ». Dur a zo anezan c’hoaz en anoiou-lec’hiou a Vro-Skos evel Caladar (Callender), Bealadar (Ballater). Mar deo gwir an diskleria-man, eun ano-lec’h hen-geltiek a seurt gant Brivoduron, da skouer, a ve « treiz ar pont » ha neket « bourc’h ar pont » an dalvoudegez anezan.

P. 143, eil dilinenna, lin. 6, e lec’h comparées lenn comparée.

P. 150, diweza dilinenna, ouz al leorlennadur staga Joulin, la protohistoire de l’Europe barbare d'après les découvertes archéologiques récentes in Rev. arch. 1923, II, pp. 193-212 ; A. Grenier, les Gaulois, 1923.

P. 153, lin. 18, e lec’h « lïesder » lenn « lïester ». Hevelep reiza e meur a lec’h eus ar geriadurig.

P. 158, lin. 5 kent an dibenn, e lec’h « a ouenn keltiek » lenn « a ouenn geltiek ».

P. 161, lin. 10-14 kent an dibenn, e-skoaz gant kelc’hiad, kelc’hiata, kelc’hiek, kelc’hienn lakaat ar furmou heb i a zo kerkouls pe well : kelc’had, kelc’hata, kelc’hek, kelc’henn. — Hevelep pajenn, kasidigez da get a zo da lakaat a-raok kavadenn.

P. 167, lin. diweza nemet diou, e lec’h « frisonner » lenn « frissonner ».

P. 176, lin. 17, gourlammat a zo da lakaat uheloc’h goude gourc’hemenn.

P. 177, e lec’h gevierez g. (le) mensonge lenn gevierez g. (la) pratique du mensonge.

P. 190, lin. 7, e lec’h roudous lenn roudouz (kembraeg rhodwgdd, hen-vrezoneg rodoed).


————

TAOLENN
————
Rann 
 Pajenn




————

Enez Abalos (Heligoland) evel m'eman breman


Donderiou :

Foñs gwenn : etre 0 ha 10 metrad

Tiredoù : 5 m.

Linennoù sklaer : etre 10 hag 20 m.

Linennoù strizh : 20 m. hag ouzhpenn

  1. Kenveria A. Bertrand, la Religion des Gaulois, les Druides et le Druidisme, p. 368, skeudenn 58 ; D’Arbois, Cycle myth. pp. 201-2.
  2. « Doue gwarezour » (?) Cf. Voretovirios, Dottin, Langue gauloise, p. 147, hag e skandinaveg koz Sigtyr (= keltieg *Segodêvos), Reidityr (= keltieg *Rêdodêvos), Rhys, Celtic Heathendom, pp. 118-9.
  3. « Pourvezer » (?) Rev. arch. 1914, p. 228. Ar wrizienn smer-, diwarni eun niver geriou er yezou nevez-ariek (latin mereo, gregach meiromai, hag all), a gaver er brezoneg *armerz, yez Gwened armerh, kembraeg armerth, a c’houlenn en o raok eun hen-geltieg *aresmertu.
  4. Kenveria an iwerzoneg carr « kadour », D’Arb. Droit celtique, II, p. 368-9.
  5. Kenveria ar c’hembraeg tec « kaer ». Evit Vindosêtlos lakaat e kemm Vendesetli war eun enskrivadur a Vreiz-Veur eus ar Vvet-VIvet kantved goude H. S. An ano eo a zo deut da Gwennhoedyl e kembraeg, Gwennhoal e brezoneg. Sêtlo-, hen-vrezoneg hoetl, brezoneg hoal, a gaver c’hoaz e Sêtlokenia, ano eun doueez war eun aoter eus ar marevez kelt-ha-roman kavet e Breiz-Veur, Wright, the Celt, the Roman and the Saxon, Vvet mouladur, p. 352.
  6. Kenveria bleo gwenn ar bugel Tages, e-touez an Etrusked, hag ar pez a veneg Diodôros eus bugale ar C’halated : « Bez’ e vezont, emezan, d’o c’hanedigez peuz-wenn o bleo ; nemet, gand an amzer, e teuont da liou o zad hag o mamm. » (v, 32).
  7. Kenveria ar c’houiboned o tigas bugaligou er c’hredennou-pobl breman, Rev. arch. 1902, p. 379 (Alzas, Alamagn) ; Tour du Monde, 1902, p. 147 (Danmark). Kênos a zo aet en iwerzoneg da Cian « Pell », tad Lug (Lugus).
  8. Joyce, Social History of Ancient Ireland, II, p. 63. Kenveria Vindokladia « ar c’hleuziou gwenn », kêr a Vreiz-Veur er marevez kelt-ha-roman, Loth, Chrest. bret. p. 37. Moritasgos a zo eun doue henvelekaet ouz Apollo, e Galia, d’an hevelep koulz, Dottin, Manuel, eil mouladur, p. 304. Diwar-benn Moridunon, sellout ouz Rhys, Celtic Heathendom, p. 160. Abalos a zo breman Heligoland an ano anezi.
  9. En Iwerzon ar c’hae-tro savet e douar, (lis pe rath), a veze en e ziabarz eun ti-annez, kelc’hiek peurliesa hag an adtïez anezan, anezo kel lïes a savadennou distag : 1) eur gegin (kelc’hiek) ; — 2) eur fourn (kelc’hiek) ; — 3) eur c’hraou-denved (kelc’hiek) ; — 4) eur c’hraou-moc’h (kelc’hiek) ; — 5) eur c’hraou-leueou (pevar-c’hognek) ; 6) eur c’hardi (pevar-c’hognek). Ar buoc’henned hag an oc’hen a oa evito eur c’hloz d’ezo o-unan hag hen eur pennad diouz an ti-annez (Joyce, II, p. 40-2).
  10. « Roue ar Ouiziegez ». An hen-iwerzoneg fiss, fius, « gouiziegez » a c’houlenn en e raog eur ger keltiek *Vissu-, D’Arbois, Noms gaulois, pp. 16, 186. Visu-, gand eun s hepken, a zo anezan eur ger-all deut d’an iwerzoneg fiu, kembraeg gwiw « dellezek, dereat », brezoneg gwiou « seder, lirzin ». Kenveria ouz Vissurix al lesano a « Aotrou ar Ouiziegez-Veur » rôet en Iwerzon d’an doue Dagde, D’Arbois, Introduction a l’étude de la littérature celtique, p. 282-3.
  11. Iwerzoneg fele « onestiz, dereadegez, emzalc’h », kembraeg gwyledd, d’Arbois, Noms gaulois, p. 219.
  12. En e « Vrorenerez », VII, 15, 2, e lavar Aristoteles (IVvet kantved kent H. S.) ez oa gand ar Gelted ar boaz da souba e dour yen ar stêr ar vugale nevez-c’hanet (Cf. Claudius Galenus, Diwar-benn ar yec’hed, 1, 10). Diouz ma kav aman da oberour ar Sketla, e tenne ar boaz-se d’ober a-douez ar vugale eun doare « dibab diouz giz Sparta », o veza n’helle nemed ar pep krenva anezo herzel ouz eun hevelep arnodadenn. A c’hellfe beza, rak kavet ez eus meur a henvelder all etre boaziou ar Gelted ha re an Dorianed (Déchelette, Manuel, II, eil kevrenn p. 637 ; Adolf Reinach, Hellénisation du monde antique, Paris, 1914, pp. 24, 49-51), hag an henvelderiou-ze o deus, moarvat, tennet sellou Gresianed-zo eus an Hen-amzer (Rev. arch., ebrel-mezeven 1921, p. 145). Evel-se, arabad hevelebekaat ar boaz-se ouz an hini a zo bet meneget, eiz kantved diwezatoc’h (IVvet kantved goude H. S.) gand an impalaer Julianus (Lizer da Vaximus, 16) ; heman a oa d’ezan dishenvel mennad, da vihana mar deo gwir diskleriadur Julianus diwar e benn (D’Arbois, Principaux auteurs de l’Antiquité à consulter sur 1’histoire des Celtes, p. 314 ; Droit celtique, I, p. 27-30. Sellout ivez ouz Rev. celt., 1896, p. 313-14 ; Rev. des ét. grecques, 1910, p. 58-9.
  13. Ar boaz da rei da zibri d’ar bugel nevez-c’hanet eun aval poaz d’e lakaat da zont seven ha dilontek n’eo testeniekaet nemed er Grenn-amzer hag e Bro-C’hall, Rev. arch. 1914, p. 276.
  14. Hervez Solinus (IIIvet kantved goude H. S.) e kinnig an Iwerzoniadezed d’o bugale nevez-c’hanet o c’henta paskadur war veg eur c’hleze, evel evid o gouestla da zoue ar brezel. Cf. Joyce, Social History, I, p. 72 ; A. de Préville, les Sociétés africaines, leur origine, leur évolution, leur avenir (Paris, 1894), p. 26.
  15. Eur boaz testeniekaet e Bro-C’hall hepken hag er Grenn-amzer, Rev. arch. 1914, p. 277.
  16. Frazer, le Rameau d’Or, I, pp. 137-70, 171-7.
  17. Kenveria ar ger kembraek gwefr « goularz », Loth, Rev. arch. 1921, p. 118-9.
  18. « An Trec’hour », lesano Belios el levr-man eus ar Sketla. Bodiakos (diwar bodi- « trec’h, gounid ») a zo deut da bûadach en iwerzoneg. Cf. Rhys, Celtic Heathendom, p. 678.
  19. Aristoteles a laka evez (Brorenerez, VII, 15, 2) e veze gwisket skanvik o bugale gand ar Gelted. Ar pez a lavar skrivagnerien an Hen-amzer eus kaleted ouz ar yenien ar Gelted hag ar C’hermaned, na zoujent ket en em ginnig hanter-noaz d’an avel-viz ha d’an erc’h, n’eus netra ennan ha n’oufemp da gredi. Hevelep eveziadennou a zo bet graet gant beajourien an amzer-vreman e-touez Tibetiz a ouenn wenn, Bonvalot, l’Asie inconnue, p. 240 ; d’Ollone, les Derniers Barbares, p. 264. Cf. Pro Alesia, 1908-1909, p. 552.
  20. Nerz yec’hedus ar souba ar c’horf en aer, er goulou hag en heol, a zo bet anavezet adaleg an Hen-amzer ha n’eman ket dianav zoken da veuriadou-zo, warlerc’hiet ha gouez, eus hon amzer, evel an Eskimôed, Doktor Monteuuis, la Médecine naturelle : l’usage chez soi des bains d’air, de lumière et de soleil, leur valeur pratique dans l’hygiène journalière, pp. 38-43, 88-97, 124-5, 143-51. Evit c’houez-vat ar bleuniou, sellout ouz an displega eus arnodou an Doktor Mantogazza e Pavi, war ar Rev. Horticole, 1884, p. 412. Er c’hêriou poblet-stank, ar planta bleuniou war ar prenester, el liorzigou hag er porziou, a zo, goude sevel kenliorzou ha balïou boutin, unan eus an troiou pouezusa da zigontammi an aer. Ar bleuniou c’houezvata eo a daol ar muia a aezenn-dredanet (ozon) : louzaouenn-ar-goukou, bent, lavan, tro-heol, foeon.
  21. Hyde-Dottin, Contes irlandais, p. 25.
  22. Diwar-benn an nerz peur-reiz a greded a oa er pevarveder, sellout Rev. des Et. anc. 1916, pp. 280-5. Kenveria ar c’hembraeg petry-wyr « brezelourien beurvat » = *petru-viroi.
  23. Doareou gwregel Vindos « gwenn » ha Roudos « ruz » eo Vinda ha Rouda. Evid Udra, kenveria an iwerzoneg odar « du », Rev. celt. 1892, p. 414.
  24. « Kloz ar saout ». En hen-vrezoneg buort, buorth, Loth, Voc. v. br. p. 62. Ger kendiveret eus bu (iwerzoneg bo) ha gort, gorth « garz » a zo aet da eil-gevrenn ar ger lïorz. Buorz a zo anezan c’hoaz e brezoneg evel ano-lec’h e kumun Lothey, pastell-vro Pleyben, Loth, Chrest. bret. p. 113. En iwerzoneg e veze graet eus ar buorz badhun pe bo-dhaingen « krenvlec’h saout ».
  25. Kenveria ar gwenedeg hag ar c’hembraeg arall, an iwerzoneg araile, a c’houlenn en o raog eur furm geltiek *alalio-, Rev. celt., 1896, p. 300.
  26. Iwerzoneg caisse, caise « karantez, bri ».
  27. Bara ar C’halated, Rev. celt., 1907, pp. 225-40 ; bara Alesia, Pro Alesia, 1907, pp. 209-23. Bara dre laez, baragwiniz ha mel, D’Arbois, Epopée celtique en Irlande, pp. 127, 147, 87. Laez, Strabon, iv, 4, 3 ; Revue de philologie, 1912, p. 162-3. Keuz, Dottin, Manuel, eil mouladur, p. 162. Amann, viou gwazi, yod dre laez ha mel, gwestell spezad, mel, beler, Joyce, Social History, pp. 136-51. — Distrei a ra ar yec’hedourien-vreman d’an doare-emveva-ze ma tlee d’ezan ar Gelted ha poblou all an Hen-Europ o yec’hed hag o nerz. Sellout, etre meur a hini all, ouz : Doktor Monteuuis, le lait caillé, élixir de longue vie et le retour à la Nature (Baillière, 1905) ; le pain blanc, ses dangers et son remède, le pain naturel (Maloine, 1912) ; Clément ha Iches, la Santé par le Miel (Librairie agricole) ; Otto Garqué, la Base de toute réforme ; santé, richesse et liberté assurées par Valimentation rationnelle (Librairie de Culture humaine P. Nyssens, Brussel).
  28. Kenveria ar pez a ziskuilh Poseidonios (kenta kantved kent H. S.) diwar-benn Musianed an Europ « pobladou peoc’hek ha doueüs en em vire, dre zoueüsted, diouz kement doare boued a oa bet buhez ennan, hag a ziouere, dre ze, kig o chatal end-eeun, evid en em voueta gant mel, laez ha keuz hepken », Strabon, VII, 3, 3.
  29. Diwar-benn an ano-stêr-ze sellout Dottin, la Langue gauloise, p. 89. Diwar-benn an en em vaga gand eog hag ar pouez en devoe ze war vuhez poblou Europ an hanternoz, sellout H. de Tourville, Histoire de la formation particulariste, p. 56-7 ; Demolins, Comment la route crée le type social, II, p. 470-1. Kement hag e c’heller merzout diouz ar genyezoniez, dianav ez oa han eog d’an hen-Arianed. Eun abeg eo bet se da ouizieien hon amzer evit lakaat ar vamm-vro anezo e kompezenn Rusia ar c’hresteiz. Ar stêriou en em daol er mor-Du n’eus nemeto, end-eeun, na ve ked a eoged enno. Zaborowski, Peuples aryens d’Asie et d’Europe (1908), p. 417. Cf. Boule, Hommes fossiles, éléments de paléontologie humaine (1921) p. 360.
  30. Kenveria d’Arbois, Epopée celtique, p. 16. Gouel an Iwerzoniadezed, Joyce, Social History, II, p. 215-6. Gouel ar Galianezed, Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 298, notenn. En Iwerzon e veze gwisket ar ouel gand ar maouezed dimezet hepken ; penn-digabell e veze ar merc’hed yaouank, a-fuilh o bleo war o diouskoaz. Ar C’heltezed, evel Arianezed all (Germanezed, Romanezed, Gresianezed, Slavezed), n’oa ket kuzet gand ar ouel a zougent an dremm anezo ; enkelc’hiet ganti n’oa ken ; n'oa ket kennebeut peurc’holôet gand ar ouel o fennad bleo (sellout, evid ar Germanezed, ar c’hizelladuriou izel-vos war golonenn Antoninus, Lefèvre, Germains et Slaves, pp. 30, 38, hag ar vaouez skeudennet gant Schumacher, Verzeichniss Germanen, p. 41). Ruz e oa gouel eured (flammeum) ar Romanezed. Korf, aet en eskern, eur plac’h skuthiad, dizolôet en eur bez a vro Grimea, a oa ar penn warnan ha darn uhela an dremm paket en eur ouel ruz. Mar geller diwar ar c’henskoueriou-ze dastum ez oa ar c’hiz-se holl-ariek, ez eus da gredi ez oa ruz ivez gouel ar C’heltezed (kenveria mantell ruz ar C’halated). Diwar-benn ar gwiska-goueliou gand an Assiriadezed, pe vennad a oa d’ar c’hiz-se ha petra e talveze da arouezia, sellout Morris Jastrow, Veiling in Ancient Assyria, Rev. arch., 1921, II, pp. 209-38.
  31. Jordanes, De origine actuque Getarum, IV.
  32. Kenveria Justinus, XLIV, 4 ; Rev. celt. 1907, p. 258-9.
  33. « Trede ».
  34. Amentum a veze graet gand ar Romaned eus al lerenn-ze. Stag ez oa etre kreiz ha lost ar goaf-bann. Eur biz pe zaou a dremened enni, e-pad ma talc’hed fust ar goaf etre ar bizied all. Ar re-man a ziskroged eur wech rôet d’ar goaf e genta lusk, hag e rae neuze al lerenn-vanna e doare kordenn eun dalm da astenn an taol. Anat diwar arnodennou graet e 1862 e mirdi « Saint-Germain », pa n’oufed teurel eun dared skanv gand an dourn noaz en tu-hont da 25 m d’an hira, e c’heller tizout beteg 65 m dre ober war-bouez al lerenn-vanna. En oberou eur barz kembraek eus an XIIvet kantved e kaver ar werzenn-man :

    a phareu yn phyryf hyd envys
    yn eis meirw.

    « Ha daredou (sanket) start beteg al lerenn-vanna e kostez ar re varo. »

    Ar c’hembraeg par « dared, goaf-bann » a zo diwar an hevelep gwrizienn hag an iwerzoneg carr « goaf ». Envys a verke an envez m’edo al lerenn stag outan, hag ouspenn, da heul, al lerenn-ze end-eeun. Dournskridou eus an Xvet kantved a gaver warno ar c’henveriaduriou-geriou-man en hen-vrezoneg : a inues « amentum », innbisiou « amenta », Rev. celt., 1911, p. 301-2. En-, er geriou « envys, envez » a dalv an hen-geltieg ande- « bras », hervez Loth, op. cit.

  35. Ano-plac’h, enskrivadur Gamlitz, en Europ-kreiz, Rev. celt., 1891, p. 265.
  36. En Hen-amzer e wiske ar waregerien eur vaneg veskenek evid en em ziwall ouz stokadenn ar gordenn. Ar manegeier-ze, er brezel, a veze outo, moarvat, laonennou metal. Ac’hano mojenn maneg arem Thor gand ar Skandinaved, ha hini dourn arc’hant Nuz gant Breiziz hag Iwerzoniz, Anthropologie, 1909, p. 62-3.
  37. Diou c’hlazenn a oa dirag ar rath en Iwerzon, anvet ar genta aurla hag an eil faithche, Joyce, Social History, II, p. 61-2. Ar genta a dalveze d’ar baleadennou : « Neuze e teuas er-maez ar rouanez Medb dre zor al liss war an aurla ha ganti teir gwech hanter-kant plac’h yaouank. » A-wechou ivez e kousked eno dindan teltennou e-pad kaera amzervez ar bloaz. War an eil glazenn e raed dreist-holl troiou-nerz ha c’hoariou a bep doare. Graet e veze ganti ivez da beurvan denved.
  38. En eun tu eman doueed ar Sketla gant gwella kelennerien hon amzer-vreman evit pellaat diouz ar re a venn brouda ar bugel d’al labour dre ar c’hendamouez hag ar genstrivadeg. Fall eo ar stumm-ober-ze pa garfe harpa ar gwellaat war ar genwarizi ha neket war vouez an dlead. Dre-ze e tenn da astenn ha da grenvaat an daou bleg falla eus kalon mab-den : ar pleg da erezi ha da geveza ar re-all. Gwelout war ze menoziou reiz-tre renerien skol Abbotsholme (Breiz-Veur) ha Sant-Paol (Stadou-Unanet) e levr Demolins, A quoi tient la supériorité (sociale) des Anglo-Saxons, p. 66-7.
  39. Eun doue dianat eo Gaisomaros (Rev. celt. 1912, p, 371) d’ezan ano keltiek ar goaf-bann (gaison) da genta kevrenn e ano. Diwar-benn an doue a stlap ar Rod hag hel laka da drei, sellout Bertrand, Religion des Gaulois, p. 368. Diwar-benn Nodons (deut e brezoneg da Nuz, e kembraeg Nudd ha Ludd, en iwerzoneg Nuada), sellout Rhys, Celtic Heathendom, pp. 125-31. Ne ziskouez Nuz e neb lec’h beza gwareger. Digemeret en deus, avat, A. J. Reinach da wir a-walc’h (Anthropologie, 1909, p. 63, notenn 1) e teue d’ezan e lesano Lao-arc’hant, Llaw-Ereint, Argat-lam, eus ar vaneg a wiske an hen-waregerien. An doue Thor a wiske eur vaneg arem da embreger e vorzol ; arc’hant e vije bet hini Nuz (contra Hubert, Rev. celt. 1913, p. 3). Dre e verc’h, Nuz en deus d’ober gant kala-Mae (Celtic Heathendom, pp. 561-3), hag ouspenn dre ar walenn anvet Marc’h Malaen (p. 607). War ar maez, en Alamagn, da ouel Yann ha da oueliou ar medi, roue Mae a vez graet anezan « roue ar waregerien » (Anthr. 1909, p. 264, not. 10). E Bro-Zaoz, paeron ar waregerien hag an hemolc’herien, Robin Hood, eo ar roue Mae gand ar Maid Marian da rouanez, hag an daou zen-ze a gaver, er Grenn-amzer, e kredennou gwalarn Bro-C’hall dindan an anoiou a Robin ha Marion (ibid. p. 76). Kement-se a ziskouezfe ez oa gant hen-boblou gwalarn an Europ eun doue gwareger, hag hen keneilet da gala-Mae.
  40. Kenveria Rhys, Celtic Heathendom, p. 664-5 (Manannan ; R. Dussaud, Civilisations préhelléniques dans le bassin de la mer Egée, eil mouladur, p. 392 (Talos).
  41. Andepa, evid Ande-epa « ar gazeg vras » (kenveria Andarta, evid Ande-arta « an arzez veur »). Belinatepos (Rev. Celt. 1891, p. 260) a ziskouez a-walc’h beza kendiveret eus Belin (evit Belino-) hag ate-epos « marc’h mat ? »
  42. Lakaet eo bet a-wel an « ober gand al las-bann », en Hen-amzer, e-touez ar Skuthed, an Etrusked hag Ejiptiz, F. Poulsen, Etruscan Tomb Paintings, their subjects and significance, trôet e saozneg gand Ingeborg Andersen (Oxford 1922), p. 24, skeudenn 18 ; A. J. Reinach, l’Egypte préhistorigue (1908), p. 31 ; Maspéro, Lectures historiques, Egypte, Assyrie (1890), p. 73, skeudennou 38, 39. Testeniekaet eo e-touez Gresianed ar ragistorvez dre ar geriou taurobolê, kriobolê, an « tizout eun taro, eur maout diwar-bouez eul las hag e lidlaza d’an doueed », Rev. de l’Hist. des Religions, 1906, p. 19.
  43. Diwar-benn an « ober gant reun ar vamm » kenveria the Black- Brood mare (an Alaire Dhuibh) e Mac Dougall, Folk and Hero Tales, p. 90, 280 (Waifs and Strays of Celtic Tradition, Argyllshire Series, N° III). Diwar-benn ar werc’hded a oa red da gas an taol da vat, sellout ouz ar skoueriou dastumet gant Frazer, le Rameau d’Or, III (Cultes agraires et sylvestres), p. 256-7. War an noazded red el lidou, Rev. des Et. anc. 1917, p. 204.
  44. Anderson-Leclercq, Mythol. scand. p. 23.
  45. Ar Gelted ne zougent nemet eur gentr en o zroad kleiz.
  46. Lation, aet d’an diverradur lat war deiziadur Coligny, a zo deut en iwerzoneg da laithe hag a hanval beza bet evid an noz hag an deiz hed-ha-hed (da lavarout eo evit « deiz ar Steredoniez », peder eur war-nugent ennan). Aman e c’hortozfed kentoc’h *Diies, *Diios (enskrivet D e deiziadur Coligny) a verke ar pennad sklerijennet eus an deiz-se.
  47. Joyce, Social History, I, p. 441.
  48. Hounnez eo c’hoaz penn-reolenn kelennadurez an Amerikaned : learning by doing « diski diwar ober », Buyse, Méthodes américaines d’éducatioñ générale et technique, eil mouladur, 1900. Ar gelennadurez dre c’heriou hepken a zo eun herez d’eomp diwar-lerc’h Rom hag ar C’hres, diwar-lerc’h ar Gelted ne zeu ket avat ! War an doare ma tenne war-eeun d’an obererez kelennadurez an tiegez gand Iwerzoniz sellout Joyce, Social History, I, p. 441. Uhel-brizet ez oa al labour-dourn e-touez ar Gelted, ibid. II, pp. 286-330 ; D’Arbois, la Civilisation des Celtes et celle de l’épopée homérique, p. 130-1. Ar c’hoariou-ouesk, gourenerez, rederez, lammerez, c’hoari-mell, c’hoari-kammell, a veze pleustret ganto eus ar c’houeka. Da bep mare o istor e hanval ar Gelted beza bet eur ouenn virvidik, oberiant, tûet-dreist da gas kuriou war-raok. Eun temz-korf gourenerien a oa d’ezo, e gwirionez, evel m’hen diskouez o eskern bras ha start, louc’het doun enno penn ar c’higennou, Loth, Rev. des Et. anc. 1916, p. 285 ; Rev. celt. 1920-1, pp. 272-6 (oadvez ar maen hag an arem) ; Dr Hamy, les Premiers Gaulois, Anthropologie, 1906, pp. 1-18 ; 1907, pp. 127-35 (marevez Hallstatt) ; kenveria Piroutet, ibid. 1918-20. Nag an diskleriaduriou a-berz an Hen-amzer, nag ar gosa lennegez anezo ne ro da gredi ez oant bet, en eur pred pe bred, an hunvreerien habask ha melkoniek faltaziet gant Renan ha Keltomaned an XIXvet kantved, Loth, Rev. celt. 1911, p. 441 ; John Munro, the Story of the British Race (London, 1899), pp. 205-32.
  49. Ar Gelted ne weler ket o dije anavezet an turgn abarz ar Vvet kantved kent H. S., Déchelette, Manuel, II, 3vet kevrenn, p. 1458. E-touez ar C’hresianed an turgn, a greded ez oa bet ijinet gant Talos, a raed anezan tornos hag ez eo bet lakaet ar ger-ze e-kenver gand an ano-den Turnus hag al lituaneg tarnas « mevel », Rev. celt. 1899, p. 111.
  50. Hini ebet eus skridou an Hen-amzer deut beteg ennomp ne ro diskleriadur diwar-benn kelennadurez-vrezel ar Gelted. Lakaet ez eus diwar eur frazennad gand Aristokrates n’oa ket a-walc’h gand an drouized kelenn war brederouriez ha doueoni, — eur c’helenn na veze kaset da bell nemed evid an danveziou-drouized ; — hogen e stumment ouspenn an holl uhelidi yaouank d’emellout er vuhez ha d’ober brezel, o sanka, war eun dro, en o speredou eur gredenn doueüs o zrôe d’ober fae war ar risklou hag ar maro (Rev. arch. ebrel-mezeven 1921, p. 145-6). E Galia, an drouized n’oa ket anezo hepken beleien, gouizieien ha kelennerien, hogen, ouspenn, brezelourien o tougen armou, Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 92-3. En Iwerzon, e derou an amzervez kristen, Cathba a zo war eun dro drouiz gouiziek ha kadour doujet-tre, D’Arbois, Epopée celt., pp. 5, 14. Pendrouiz Bro-Ulad ez eo-hen, ha den, hag ar roue e ve, ne gred komz en e raog, Rev. celt. 1910, p. 275. Taolennet eo bet Cathba en eur skrid iwerzonek, kant diskibl en-dro d’ezan o tiski digantan an drouiziez (druidechta), D’Arbois, Introduction, p. 176. Ne lavar ket ar skrid-ze ez oa skiant ar brezel darn er gelennadurez a rôe d’ezo ; nemet e c’hallfe beza.
  51. Loiseleur-Deslongchamps, Lois de Manou, IV, 141 (mouladur « classigues Garnier »).
  52. Kenveria Sébillot, le Paganisme contemporain chez les Peuples celto-latins, pp. 263, 266, 292.
  53. Lois de Manou, IV, 45, 46, 48.
  54. Ibid. IV, 45, 47.
  55. Ar gibelladenn-noz hepken, war a henvel, a rae Iwerzoniz ganti ; diouz ar beure ez oa a-walc’h ganto gwalc’hi o daouarn, Joyce, II, p. 187. Diwar-benn ar gouronkadenn-veure, kenveria Rev. des Deux-Mondes, 15 a Wengolo 1887, p. 438 (le Naturalisme aux Etats-Unis, gant Th. Bentzon).
  56. Anderson-Leclercq, Mythol. scand. p. 23 ; Rev. celt. 1909, p. 142-3.
  57. Sébillot, Paganisme contemporain, p. 258. Kenveria Loiseleur-Deslongchamps, p. 402 ; Rev. de l’Hist. des Religions, 1908, p. 302-3.
  58. Joyce, Social History, II, p. 176 ; Montélius-Reinach, Temps préhistorigues, p. 241.
  59. Lois de Manou, m, 251, 264 ; Montélius-Reinach, p. 241. Kenveria ar skarz-dent skeudennet e Baden-Powel, Eclaireurs, un programme d’éducation civique (Neuchâtel, Delachaux et Nestlé), p. 181 (eus ar pempet miliad).
  60. Kenveria Manou, IV, 60, 61, 79, 140.
  61. Ar Skoloted, pe Skuthed an Europ, a zouge alïes baro hir. Sellout ouz an dremmou-tud war al lestr-aour kavet e Voronej, Rusia, Rev. arch. 1915, p. 334-5, skeudennou 1 ha 2. War ar varc’hadourien skuthiad er C’hermania, Champault, Science sociale, XVII, p. 398, XVIII, p. 25 ; H. de Tourville, Histoire de la formation particulariste, p. 27-41 (kenveria Bertrand, Gaule avant les Gaulois, eil mouladur, p. 259-60 ; D’Arbois, Premiers Habitants, I, eil mouladur, p. 241, n. 1 ; Dottin, Anciens Peuples, p. 173). Dilezel a dleer, er pajennadou gant Tourville ha Champault, ar breutaennou harpet ganto war ar yezoniez, ha n’o deus talvoudegez ebet. Lakaat e kemm, evel ma reont, anoiou ar C’hoted, ar C’heted, ar Juted, ar Skuthed (Tourville, p. 31) rambreerez eo ha netra ken ! En hevelep doare ano an doueed Ansis (hen-c’hermaneg), Aesir (skandinaveg, unander ass), n’en deus man da welout gand an anoiou-lec’hiou Azagarion, Azkaukalis (p. 36), hag all. Champault ha Tourville ne anavezent ket an distera petra eo ar yezoniez hag e lakaent kenver-ha-kenver anoiou o tont eus amzeriou ha yezou dishenvel, ouz en em harpa hepken war henvelderiou a-ziwar-c’horre touellus. Diwar-benn an touellou-spered diwar an diveradurez-c’heriou treuz-embreget evel-se gant tud diouiziek war ar yezoniez, sellout Hovelacque, la Linguistigue, 4vet mouladur, pp. 16-21.
  62. Manou, IV, 60, 61, 79.
  63. Manou, V, 87. War an arem, metal sakr, A. Bertrand, Gaule avant les Gaulois, eil mouladur, p. 228-9.
  64. Kenveria selledou Diodôros diwar-benn Istor poblou ar bed a zo, emezan, « kelenn ar Furnez dre zanevell poaniou ha gwalleuriou an nesa » (I, 1). Peurnevesaet eo bet, en hon amzer, deskadurez an istor dre gavadennou skiant ar Gevredigez, ha kresket eo bet c’hoaz, da heul, an dalvoudegez anezan. Sellout war ze an daou levr-man gant Demolins, l’Education nouvelle, pp. 161-8 (eus an navet miliad) ha Comment la route crée le type social (Didot). El levr diweza-man ez eus eun dibab d’ober er pajennou 346, 354, 363-5 eus an eil kevrenn, enno meur a fazi. Baktriana n’eo ket bro-andon an Arianed hag eur gaou bras eo ober eus ar Gelted warlerc’hidi hemolc’herien hen-amzervez ar maen. En amzervez an arem eo e voe ganet broadelez ar Gelted, en eilvet milved kent H. S. Hen-oadvez ar maen a zo deut d’e dermen war-dro 10.000 vloaz kent deraou an amzervez kristen (Evans, Rev. arch. 1908, p. 303). Etre ar Gelted ha hemolc’herien c’houez hen-oadvez ar maen ez oa, eta, pad nevez-oadvez ar maen en e hed, da lavarout eo hanter-kant kantved d’an nebeuta, mar digemeromp ar jedadur strisa. Er selledou ouz ar ragistorvez hag ar yezoniez eo e fazi peurliesa ar skridou savet gant diskibled Le Play, hag int ken talvoudek er feuriou all. Diwar-benn heuliad ar sevenaduriou en hor broiou, sellout C. Jullian, De la Gaule à la France. Nos origines historiques, Paris, 1922. Cf. Rev. des Et. anc. 1922, pp. 358-9, 364-5 ; Rev. arch. 1922, I, pp. 373-4.
  65. Doktor G. Le Bon, Psychologie de l'éducation (pemzekvet miliad), p. 233 ; P. Nyssens, Comment lire et étudier auec profit (eil mouladur), p. 29-33 ; Science sociale, Genver 1910, pp. 78-80.
  66. An iwerzoneg sui « fur » a zo da lakaat en e raog eur furm geltiek *suis, evit *su-uid, kenaozet eus ar wrizienn uid « gouzout » hag ar c’hentger su-, hen-vrezoneg hu-, ho- brezoneg-breman he-. *Druis, tro-c’henidik *druidos, a zo ouz hen ober an hevelep gwrizienn gand ar c’hentger dru- « bras, meurbet ». — A a zo eur ger-arouez eus an dro-c’hervel a raed gantan a-wechou c’hoaz e brezoneg-krenn, E. Ernault, Dict. étym. du bret. moyen, p. 191. Kenveria hen-gembraeg, hen-iwerzoneg, kerneveg a. Didroadet eo bet e brezoneg gand ar galleg o. — Geriou keltiek ar frazennad-man a helljed o lakaat en drôad-c’hervel : *suvidis, *druidis.
  67. Science sociale, Genver 1910, p. 86-7.
  68. Science sociale, Genver 1910, pp. 80-7.
  69. Cf. Demolins, A quoi tient la supériorité (sociale) des Anglo-Saxons, p. 358.
  70. Cf. Rev. des Deux-Mondes, 15 a wengolo 1887, pp. 436-7.
  71. Cf. Reclus, Europe du Nord-Ouest, p. 375.
  72. G. Le Bon, la Psychologie politique et la défense sociale (navet miliad), p. 109 ; Lois psychologiques de l’Evolution des Peuples, pp. 28-31.
  73. Kenveria Cnaeus Naevius : Contempla placide formam et facieni virginis, Fallex, Anthologie des poètes latins (Paris Lemerre), I, p. 3.
  74. Kenveria G. Le Bon, Psychologie de l’éducation, p. 261-2 (eus ar pemzekvet miliad).
  75. Mesaerien hag arerien geltiad e-metou ar brôadou estren, Notennou, VIII, pp. 7, 21, 25 ; XII (kenta hag eil kevrenn), pp. 38-9, 40.
  76. Micherourien, Notennou, VII, p. 44-5 (Heliko).
  77. Soudarded, Notennou, III, p. 29-30 ; XII (kenta hag eil kevrenn), p. 43-4.
  78. G. Le Bon, Lois psychologiques de l’Evolution des Peuples, p. 108-9 (eus an dekvet mouladur).
  79. Kenveria L. Léger, Mythologie slave, p. 172.
  80. Frazer, I, pp. 100, 118.
  81. En tïez kelc’hiek e veze, da harpa framm an dôenn, eur peul a save e-kreiz an ti ha, dre-ze, tostik d’an oaled.
  82. Kenveria ar roll dalc’het gant merc’hed Indra e mojennou Arianed bro-Indez ; A. Nutt, the happy Otherworld in the mythico-romantic Literature of the Irish (London, 1895), p. 324 ; L. de Milloué, Bouddhisme (Paris, 1907), p. 67.
  83. An dro-ze a gemered en Iwerzon evit diskouez azaouez ha karantez, Joyce, II, p. 490. An troiou-saludi all, e-touez Kelted Iwerzon, ez oa : — 1° sevel ha menel war-zav pa zigoueze eun den enorus ; — 2° sevel ar glin pe ar vorzed p’edod azezet ; eur merk azaouez hennez ha n’oa ket kerkouls ha sevel en e sav ; — 3° rei eur pok, pe peurliesa tri a bokou, war ar jod ; — 4° pennlina pe daoulina.
  84. Bag an Heol, Déchelette, Manuel, II, kenta kevrenn, oadvez an arem, p. 418. Kenveria G. Poisson, l’origine celtigue de la légende du Graal (diwar ar Rev. d’Auvergne) Clermont-Ferrand, 1920 ; Rev. arch. 1921, I, p. 183. Cf. ivez A. Nutt, Studies on the Legend of the Holy Grail with especial reference to the hypothesis of its celtic origin, London, 1888 ; Archaeological Review, 1889, pp. 257-71.
  85. Kenveria Dumnissus, ano stêr e Mosella, pez-barzoniez Ausonius (8vet gwerzenn). Diwar dumno- « doun ».
  86. Kenveria penn tarvoal an doueed war gaoter Gundestrup, penn tarvoal an doue Lug, Rev. celt. 1909, p. 79.
  87. Kenveria dilhad du Enezidi-ar-Staen, Strabon, III, 5, 11.
  88. Kenveria an ambroug-kanv skeudennet war lestr Dipulon (1.200-800 kent H. S.), A. Bertrand, Religion des Gaulois, p. 165- 167 ; Déchelette, Manuel, II, eil kevrenn, p. 519-21, 747-54 (les sépultures à chars), 637 ha 832 (henvelderiou etre al lida-kanvou gand an Dorianed ha gand ar Gelted e marevez Hallstatt).
  89. Eur pennad henvel a-walc’h a zo er Mabinogi Owen ha Lunet, Loth, les Mabinogion, II, p. 21 (eus ar c’henta mouladur) : « War-lerc’h ar strollad tud-ze e teue eur plac’h he bleo melen a-fuilh war he diouskoaz... Burzud n’oa ket kignet d’ezi he bizied, gant garo e skôe he daou zourn an eil ouz egile. »
  90. Lakaat e kemm kanvou Balder, Rhys, Celtic Heathendom, p. 531 ; Anderson-LecIercq, Mythol. scand., p. 113-4 ; Frazer, III, p. 458 ; D’Arbois, Premiers Habitants, I, p. 331-2, 342.
  91. Kenveria al lagad skeudennet war ar peziou-mouneiz keltiek, ag an iwerzonek suil « lagad », brezoneg heol.
  92. Deut da Lir en iwerzoneg, Llyr e kembraeg, ano ar mor-Bras ha penna doue ar mor-Bras. Hen eo Neptunus Kelted Enezennou ar Gwalarn.
  93. Evit gwir bronneged-mor ez oant eus gouennad ar meurviled (cetacea). E-touez ar re a glotfe evid ar vent hag al liou gant taolennad ar Sketla, ha m’edo darempredet ganto moriou Keltia, e c’heller menegi : an delfin gwenn (delphinapterus leucas), 7 metrad hed, tri metrad tro ; an delfin du (globicephalus melas), 6,60 metrad hed, 3,90 metrad tro ; an delfin frikornek (monodon monoceras), 6 metrad hed ; ar c’hrankal dentek (physeter macrocephalus), 23 metrad hed, 9 metrad tro ; krankal Boops (balaenoptera Boops), 34 metrad hed ; balum an hanternoz (balaena mysticetus), 22 metrad. Sellout ouz Brehm, les Mammifères, II, pp. 823-62.
  94. War an ano-ze sellout Rev. celt. 1901, p. 342 ; Loth, Chrest. bret., p. 42.
  95. Ilinad eus 0,44 metr ; sellout ouz an Notennou diwar-benn ar Gelted, V, p. 4 (kenta mouladur), p. 8 (eil mouladur).
  96. « Beajour war vor » e keltieg, Rev. celt., XV, p. 243 ; XXIX (1908), p. 261. Kenveria ar c’hembraeg mordaith « treiz-mor », a c’houlenn da vammenn d’ezan an hen-c’her *moristeigos, hag ivez an iwerzoneg techt « ar mont ».
  97. Hervez an notenn vrudet eus ar Senchus-Mor, an tri drouiz kenta a oa anvet Fius « gouiziegez », Eolus « skiant-desket » ha Fochmarc « enklask ». Int-i eo o deus krouet an nenv, an douar hag ar mor, an heol, al loar hag ar bed-holl. Bez’ ez oa anezo kent an doueed, pa ’z eo deut ar re-man eus an nenv hag ar mor, diou grouidigez gand an drouized (Rev. archéol. 1878, pp. 384-95). War *Segons ha Mogons sellout D’Arbois, Noms gaulois, pp. 78-82. Geriou-etre d’an amzer-vreman eo ez int, tennet eus *segu « e tiraezan, e c’hounezan », *mogu « e vrasaan ». Nodons (tro-c’henel Nodontos) a zo ivez anezan eur ger-etre a dalveze, gwirhenvel, kement hag « an hini a binvidika » pe « donezoner ar pinvidigeziou » (Rhys, Celtic Heathendom, p. 128).
  98. Ne deurveze ket d’an drouized e vije bet diskuliet d’an holl anoiou an doueed, evit na vije tud nemeto ouz o anaout, solis nosse deos, eme Lucanus, I, gwerzenn 452. Kenveria Rev. des Etudes anc., 1919, p. 146-7.
  99. Ar skeudenni an heol askellek gand ar Gelted, Anthr. 1909, p. 197, skeudenn 9. Kenveria Gaidoz, Dieu gaulois du soleil, pp. 9, 49-54.
  100. An erer hag an heol, S. Reinach, Cultes, Mythes et Religions, III (eil mouladur), pp. 74-80.
  101. Ano-doue diveret eus artos « arz », pe eus *arta, iwerzoneg art « maen ».
  102. Ano-doue diveret eus *bedo « foz ». Lakaat e kemm Bedos, ano-stêr, Beda, bourc’h eus an Drevired, hag all ; Rev. des Et. anc. 1919, p. 147 ; Mémoires de la Société de linguistique, XXI, p. 23.
  103. An heol a vont da guz, moarvat. Lakaat e kemm an ano Senodonnos « an aotrou koz » graet e Vvet levr ar Sketla eus an heol kaset da benn gantan e redadenn.
  104. Kenveria Anthr. 1909, p. 197, skeudenn 9, hag, e-touez ar C’hresianed, Apollo, war eun dro doue an heol ha doue ar maro. — Diwar-benn an emlaza gand ar Gelted koz, sellout ouz an Notennou, XI, pp. 31-33.
  105. Kenveria an êrevent a oa, diouz ma krede an Etrusked, da ambroug an anaon dindan zouar, F. Poulsen, Etruscan Tomb Paintings, pp. 49-59, skeudennou 35, 36, 46. Diwar-benn levezon sevenadur an Etrusked war sevenadur ar Gelted, Déchelette, Manuel, II, eil kevrenn, pp. 515, 527-8, 747-8, 861.
  106. « Den yaouank ». War ar ger-ze ha war ar furm anezan e romaneg, Dottin, Langue gauloise, p. 263. Kenveria al les-ano Maponos « den yaouank » rôet da Apollo war an enskrivaduriou.
  107. Eul lavar henvel a zo e Mabinogi Kulhwch hag Olwen : « Me a dou e vo da donkadur d’it na stoki ket da vrennid ouz hini eur plac’h ken n’az po bet Olwen, merc’h Yspaddaden Pencawr. » Loth, Mabinogion, I, p. 190 (kenta mouladur).
  108. Kenveria Rhys, Celtic Heathendom, pp. 331-4.
  109. Soner kammgorn {lituus} o kornal donedigez an den maro, Poulsen-Andersen, Etruscan Tomb Paintings, p. 54, skeudenn 40. Kammgorniou en Iwerzon, Joyce, Social History, I, p. 584, sk. 157.
  110. Eus *tollo-, iwerzoneg toll, brezoneg toull. Kenveria an Toulloubre, eur stêr eus ar Brovans, keo-tre an naoz anezi, Rev. des Et. anc. 1907, p. 262.
  111. D’hel lakaat e kemm gant kement-man sellout ouz an danevell gand Ejiptiz eus merdeadenn bag an heol war an Douat (Hadès), Jéquier, le Livre de ce qu’il y a dans l’Hadès (Paris, 1894), lakaet e berr e levr Naville, Religion des anciens Egyptiens (Paris, 1907), p. 77-88.
  112. Bed an doueed, bed ar re varo, bed ar re veo ?
  113. Lakaat e-kenver an daouzek eur noz a vez treuzet gant bag an heol en Douat (Hadès), Naville, p. 78.
  114. « Henvel ouz eur wern », sellout pelloc’h, p. 48, n. 2.
  115. Glen a dalv aman an « Douar » lakaet da genver an Nenv. An dalvoudegez-se eo en deus kemeret ar ger glen e brezoneg-krenn. Kenveria pez-barzoniez Jaffrennou-Taldir diwar-benn an Douar : « Traonienn c’hlac’harus, goloet. — Gant koumoul ha tevalijenn » hag all (An Hirvoudou, p. 13). Er yezou nevez-keltiek all, m’eman enno er boaz-pemdez, n’en deus ken talvoudegez nemet « traonienn ». — Diwar-benn Doueez-Veur an Douar gand ar Gelted, Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 123 ; Loth, le dieu Lug, la Terre-Mère et les Lugoves, Rev. archéol. 1914, pp. 205-28 ; Toutain, le couple Mars-Bellona, Cicolluis-Litavis, Rev. des Et. anc. 1915, pp. 60-2. Hag all.
  116. « Henvel ouz an den, furm-den, stumm-den » (diouz skouer leuhenvel « leonhenvel, henvel ouz eul leon », Loth, Chrest. bret., p, 144). — Abana « marmouz » en hen-geltieg. Eus ar c’heltieg ez eo tremenet ar ger er germaneg. Ac’hano ar saozneg ape. Amprestet digand ar saozneg eo ar c’hembraeg epa, ha neket deut war-eeun eus ar c’heltieg.
  117. Kenveria an naered kornek skeudennet war bezioü-moneiz an Europ-kreiz, Notennou diwar-benn ar Gelted koz, IV, pp. 24, 33 (skeudennou). Diwar-benn rei an naer pe an aerouant da geneil d’an dourredennou ha d’ar mor, S. Reinach, Bronzes figurés, p. 160-1.
  118. War ar boaz heuliet gand ar Gelted e marevez Hallstatt, da baka ar re varo hag an holl arrebeuri-kanv anezo, kirri, listri, armou, kinklerezou e goueliou pe wiadennou bras lin, sellout Déchelette, Manuel, II, eil kevrenn, p. 638, n. 3 ; p. 832.
  119. « Roue an eoged ». Iwerzoneg orc « penn-moc’h » hag « eog », furm geltiek eus ar ger arianek a zo deut da porcus e latin, da farah en hen-alamaneg, da parszas e lituaneg, da porosja er rusianeg, Meillet, Dialectes indo-européens, p. 19. — Rix, iwerzoneg ha hen-vrezoneg ri « roue ». Ac’hano an anoiou-sent Riek (= *Rigakos), Riagat (= *Rigokatus), hag all.
  120. Kenveria Rev. archéol. 1909, p. 327.
  121. Frazer, le Rameau d'or, I, p. 126-7.
  122. An Nenv, pe doue an nenv, pried doueez ar glen, Rhys., Celtic Heathendom, pp. 111-6, 645, 669-70.
  123. Kenveria doueez ar glen, « itron ar miled » (potnia therôn) gand ar C’hresianed. War hec’h ano keltiek, Litavis, par d’ar sanskriteg Prithivi, sellout Rev. Celt. 1895, p. 116. Roudou an azeulerez anezi e Galia d’ar marevez kelt-ha-roman, Rev. des Et. anc. 1915, pp. 60-2. War doueez ar glen en Iwerzon, Tailtiu', Trogan, Rev. archéol. 1914, pp. 205-27.
  124. Evned kornek e skeudennerez ar c’henta oadvez-houarn ; lakaet a-wel eo bet an diskleriaduriou war ze gant S. Reinach, Bronzes figurés, p. 194, n. 4.
  125. Diwar-benn nerz gwarezus ar blenchou elo-gwenn (leukê), hervez ar C’hresianed, hag ar gouestla ganto eus ar gwez-se da Herakles, gwarezour-meur ar c’hourenourien hag ar vrezelourien, sellout Rev. arch. 1908, II, p. 180. Kurunennou elo-gwenn (leukinoi) rôet d’ar c’hobrsoudarded kaloneka, ibid. ; graet ganto er goueliou lidet en enez Rhod en enor da Helios, S. Reinach, Phaéton, p. 2, n. 2 (tennet diwar Rev. de l’Hist. des Religions, 1908).
  126. Kenveria Montelius-Reinach, Temps préhistoriques, skeudennou 152, 154 ; Déchelette, Manuel, II, kenta kevrenn, oadvez an arem, skeudennou 168, 171 ; A. Bertrand, Gaule avant les Gaulois, eil mouladur, skeudenn 171.
  127. Brehin, les Mammifères, II. p. 473 (kirvi-meur.)
  128. War vouc’hal-emgann ar Gelted, graet anezi kateia ha teutona, Rev. archéol. 1907, pp. 10-4 (skeudennou) ; Déchelette, Manuel, 3e kevrenn, pp. 1355-8 ; A. Bertrand ha S. Reinach, Celtes dans les vallées du Pô et du Danube, pp. 194-9.
  129. Déchelette, Manuel, II, kevrenn genta, pp. 239, 439 (skeudennou) ; Montelius-Reinach, Temps préhistoriques, p. 91-2. Eus an doare skoued-ze eo e raed kaetra, ketra, Dottin, Manuel, p. 84.
  130. Tog-brezel kern-vegek ar Gelted, Déchelette, Manuel, II, 3e kevrenn, p. 1163 (skeudennou).
  131. Sae-vailhek ar Gelted, S. Reinach, Guide illustré du Musée de Saint-Germain, p. 62, skeud. 58.
  132. Ar re-ze eo gwiskamant hag armou an Amazonenn hetead kizellet war vann kleiz an nor e moger-reter Boghaz-Keui (Azi-Vihana). Engravadur war ar Rev. arch. 1910, p. 280. Nemed ar gourgleze falzhenvel hepken, kement pez a zo oc’h ober ar gwiskamant hag an armou-ze a gaver gand ar Gelted. Ar roudennou kaeraet gant kenlinennou ha trôellennou o kinkla ar vroz a zo bet unan eus doareou-kinklerez an ornadurez keltiek. Ar verr-vroz hec’h-unan, pe gompez pe genroufennet, a hanval beza bet ar pep penna eus gwiskamant Europiz en oadvez an arem, kent m’oa deut ar bragou e boaz. D’ar marevez kelt-ha-roman eman ar vroz c’hoaz anezi e gwiskamant an doue kavet en Hérange, Meurthe (Rev. arch. 1911, p. 222-3) ; douget eo bet beteg en hon amzer gant menezidi Bro-Skoz ha Palikared Bro-C’hres. — War Amazonezed ar mojennou gresiek, anezo end-eeun gant Heteïz belegezed-brezelourezed gouestlet da azeulerez doueez ar glen, Ma Bellona, sellout Sayce-Ménant, les Hétéens, histoire d’un empire oublié, pp. 81-3. 122-3 (Paris, 1891) ; Rev. de l’Hist. des Religions, 1913, I ; Ch. Picard, Ephese et Claros ; Recherches sur les Sanctuaires et les Cultes de l’Ionie du Nord, 1922, pp. 431-50. Eun doueez henvel ouz Bellona e-touez ar Gelted, Rev. des Et. anc. 1915, pp. 60-2.
  133. War ar c’hirvi ha doueez ar glen, Rev. des Et. anc. 1907, p. 185 ; 1909, p. 339.
  134. « Par eo an heizez d’ar c’haro evid an eveziegez, hag eun heizez eo a vez bepred o ren an torkad, zoken e mare ar ruta, ken na ve deut ar c’hirvi koz da geja gantan ». Brehm, II, p. 496.
  135. Kenveria ar Pair Dadeni gant barzed kembraek ar Grenn-amzer, Rhys, Celtic Heathendom, p. 256 Pair = hen-geltieg *pario-, Dottin, Langue gauloise, p. 277.
  136. War an naered ha doueez ar glen, Rev. archéol. 1911, pp. 221-56 ; Rev. des Et. anc., 1906, pp. 281-2 ; Glotz, la Civilisation égéenne, 1923, pp. 286-7.
  137. Da arouezia peoc’h ? Kenveria Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, III, eil mouladur, p. 60.
  138. Kenveria Naville, pp. 85-6.
  139. « Mevel ar Rod ». Kenveria e mojennou Iwerzon Mog Ruithe « servus Rotae », eun drouiz brudet a savas gant Simon Drui (Simon Drouiz) ar Rod anvet Roth Ramach « Rod Roenvek » pe Roth Fail « Rod Luc’h » a dlee lakaat Simon barrek da nijal a-dreuz d’an aer, Rhys, Celtic Heathendom, pp. 210-6. — Arabad drouk-veska magus ha magos. Magus (kenveria goteg magus « paotr ») a zo deut, e brezoneg-krenn, da mao « mevel » (ac’hano an ano gwregel maouez a dalveze, da genta, kement ha « matez » ; ac’hano ivez an anoiou diougevrennek Maodez « Mevel an Deiz », Maodoue « Mevel Doue » ). Magos a zo deut da ma « tachenn, lec’h » e geriou kenaozet evel goariva, c’hoariva « teatr », ano diou gêriadenn a vro-Wened, Rev. celt. 1891, p. 281.
  140. Hennez eo gwiskamant ar paotr yaouank a ro lusk d’ar rod war gaoter Gundestrup, A. Bertrand, Religion des Gaulois, p. 368 (skeudenn.)
  141. Garzou arem ar garrenerien er c’henta oadvez an houarn, A. Bertrand ha S. Reinach, Celtes dans les vallées du Pô et du Danube, pp. 111-5.
  142. « Ro ar mor ». Sellout Dottin, Langue gauloise, d’ar ger dâno-. Kenveria e gregach Heridanos « ro ar beure », D’Arbois, Premiers Habitants, I, p. 331.
  143. Kenveria : a) e-touez ar C’hresianed, mojenn an Huperborean Abaris en dije ergerzet ar bed war saez Apollo, o yac’haat ha glanaat an neb ma stoke outan ar benveg doueel en eur ranna al lavarennou dleet ; b) e-touez ar Gelted, an doue heolel saezek eus al Leuked (reter Galia) : skeudennet eo ez noaz, eur gouriz en e zargreiz ha diouaskell en e choug. Eur bir teo a dremen etre e ziouhar e-kenver d’an daoulin, Anthr. 1909, p. 107, skeud. 9.
  144. Kenveria an izel-latin ivus « doare-prenn mat d’ober saeziou » (Ducange). Beza a-walc’h e teufe eus ar c’heltieg ivo-, deut d’an iwerzoneg eo, d’ar c’hembraeg yw « ivin ». A-hed-amzer, en Europ, e voe graet gand ivin da zanvez gwaregou. A brenn ivin e veze, er grenn-amzer, gwareg vras (long bow) ar Saozon. Prenn gwaregou kêriadenniz-war-zour an Europ kreiz (XXVvet-XVvet kantved kent H. S.) a zo bet diskleriet dre biz-dispennadennou eus an danvez anezo ez oa ivin (Anthr. 1909, p. 68, n. 1). Alïes a-walc’h e tigas da goun ano eur benveg an danvez ma veze graet da genta : germaneg sax « kontell », latin saxum « roc’h » ; germaneg hammer « morzol », slaveg kameni « maen » ; sanskriteg paracus, gregach pelekus « bouc’hal », kembraeg elech « roc’h » ; izel-latin (a ouenn geltiek) artavus « kanived », keltieg *arta, iwerzoneg art « maen » (kenveria brezoneg aotenn = *altina, evid *artina ? Ernault, Gloss. m. br. p.44-5) ; gregach doru « goaf », drus, makedoneg darullos « dervenn » (Rev. celt. II, p. 424) ; latin quiris « goaf », quercus « dervenn », Anthr. 1909, p. 192.
  145. « Roue ar re a gerz buan ? », D’Arbois, Etudes grammaticales sur les langues celtiques : Phonétique et Dérivation bretonnes, p. 39*, n. 7.
  146. Kentel, kembraeg cathl, hen-iwerzoneg cetal « kan », a zo furmou-breman eun hen-geltieg *kantlo-, a dalveze, moarvat, kement ha « kentel » ha « kan » war eun dro. Kenveria an daou ster eus al latin carmen (Henry, Lex. étym. du br. mod. p. 62, n. 4) Diwar-benn an hen-geltieg kantlo-, kantalo-, war enskrivaduriou Coligny hag Auxey, gwelout Rhys, the Coligny Calendar (London, 1910), pp. 52-4. A-zivout kelennadurez war gan an drouized, D’Arbois, Intr. pp. 227-30.
  147. Frazer, III (Cultes agraires et sylvestres), pp. 210-69.
  148. Diwar-benn an trec’h eus ar pobladou gounideien war ar pobladou hemolc’herien, ar pobladou mesaerien hag ar re en em ouestlet d’ar c’henwerz hepken, sellout Demolins, Comment la route crée le type social (Didot). — Ar brezoneg ed, it en hen-vrezoneg, a zo diwar-lerc’h eur ger keltiek *itus, hen-arianeg *pitus, e teu anezan ar zendeg pitu « magadur » ; an hen-slaveg pitati a dalv kemend-all, J. Loth, Vocab. v. br. p. 169.
  149. Lidou al labour-douar unvan-doare gant dishenvela gouennou ar bed, Frazer, III, pp. 1-134.
  150. Sellet e veze bolz an nenv a-wechou evel eur menez maen-strink o sevel a-us d’an douar. — Grian « heol » en iwerzoneg a zo gwregel hag a ziskouez dont eus eur furm geltiek *grêna. E brezoneg, e henvel « heol » beza bet gwregel ivez, hag ar furm anezan en hen-geltieg Sulis a oa ano eun doueez hevelebekaet ouz Minerva er marevez kelt-ha-roman. Cf. Rhys. Celtic Heathendom, p. 572-3 ; Anderson-Leclercq, Myth. scand. p. 22.
  151. Frazer, III. pp. 257-62.
  152. Kenveria pobladou ar C’hamtchatka ; A. Bertrand, Gaule avant les Gaulois, 2vet mouladur, p. 106 ; gouenn hen-aziad Schrenck, Deniker, les Races et les Peuples de la Terre, éléments d’anthropologie et d’ethnographie (Paris, 1900) pp. 430-4.
  153. A. Bertrand, op. cit. p. 106 ; Demolins, Comment la route crée le type social, I. p. 121-2 (la route des toundras) ; Deniker, Races et Peuples pp. 428-9, 434-5.
  154. Sinaïz eo, graet anezo Sinai, Sinae, Sêres gand ar C’hresianed hag ar Romaned. Dianav ez oant en Europ abarz ar c’henta kantved kent H. S. Kiepert-Ernault, Manuel de Géogr. anc., p. 37-8. Diwar-benn an hent dre zouar heuliet er Ia kantved eus hon oadvez gand marc’hadourien an Europ da dizout Bro-Sina, sellout Van den Berg, Petite Hist. anc. des peuples de l’Orient, pevare mouladur adgwelet gant Maspero, Paris, 1888, pp. XXIV-XXV ; G. Capus, le Toit du Monde (Pamir), Paris, 1890, pp. 10-2 (beach ar marc’hadour makedoniad Maes Titianus). A-zivout eun hent all bet darempredet gand ar varc’hadourien aziad hepken, Demolins, Comment la route crée le type social, I, pp. 249-57. — War an hent dre vor kemeret gand ar merdead Alexandros, Kiepert-Ernault, p. 27, n. 2. — Darempredou all etre Sinaïz, Gresianed ha Romaned, D’Ollone, la Chine novatrice et guerrière, Paris 1906, pp. 31-4.
  155. D’Ollone, la Chine novatrice et guerrière, p. 14. Kenveria les Races humaines (Hachette, 1910), p. 92, taolenn-skeudenn IV (Japanad e gorf brizellet).
  156. Deniker, Races et Peuples. p. 195.
  157. Dr A.-F. Legendre, le Far-West chinois : deux années au Setchouen (Paris, 1906), pp. 355-6, 369.
  158. An Huned eo, Demolins, Comment la route crée le type social, I, p. 94-102 ; L. Cahun, Introduction â l’histoire de l’Asie : Turcs et Mongols des origines à 1405 (Paris, 1896), pp. 45-118.
  159. Sakoi, Massagetai, Tokhari ha pobladou all, neuz-korf Europiz warno hag o komz yezou arianek, a zalc’he ar Siberi hag an Turkestan kent argadadeg an Huned, an Durked hag ar Vongoled, Zaborowski, les Peuples aryens d’Asie et d’Europe, pp. 276-91. Diwar-benn yez an Tokhari, Rev. des Et. anc. 1909, p. 265 ; 1912, p. 443 ; Rev. arch. 1912. Tud kroc’hennet-gwenn ha neuziet evel Europiz e-metou Tibetiz, Mongoliz ha Sinaïz hon amzer, Deniker, Races et Peuples, pp.424, 443-4 ; Bonvalot, l’Asie inconnue, pp. 280-1, 283, 330 ; D’Ollone, les Derniers Barbares, pp. 264, 276, 309-10 ; Dr Legendre, Deux années au Setchouen, pp. 212-3, 248, 296-7, 303-5, hag all ; Kien-tchang et Lolotie (Paris, 1910), passim ; Au Yunnan et dans le Massif du Kin-Ho (Paris. 1913), passim.
  160. Diwar-benn ar Skoloted, D'Arbois, Premiers Habitants, I, pp. 223-64 ; Dottin, Anciens Peuples, pp. 172-80. Diwar-benn ar Sueved, Jullian, Hist. de la Gaule, III, pp. 49, 52, 146 ; Rev. des Et. anc. 1920, pp. 104-6.
  161. Lefèvre, Germains et Slaves (Paris, 1903), p. 29 (dioc’h Tacitus).
  162. Ibid. p. 31.
  163. Dottin, Anciens Peuples. p. 67-8.
  164. Deniker, Races et Peuples, pp. 43-5, 387 ; Dr Topinard, l’Anthropologie, p. 363. — A-enep neuz-fall ar Sueved, Rev. des Et. anc. 1920, p. 106 (Bissula, sklavez Ausonius) ; Schumacher, Verzeichnis der Abgusse und wichtigeren Photographien mit Germanen Darstellungen, trede mouladur (Mainz, 1912), p. 87, luc’hskeudenn 20.
  165. Goularsaerien ar Samland war ar mor Baltik, gourdadou Aested Tacitus, Borussed ar Grenn-amzer, Letted ha Lituaniz breman. Arabad o drouk-veska gant goularsaerien ar Frisland war vor Hanternoz, a oa, henvel a-walc’h, Kelted.
  166. Artos « an arz », iwerzoneg art « arz » ha « doue », D’Arbois, Recherches sur l’origine de la propriété foncière et des noms de lieux habités en France, pp. 381-9. — Viduklevos « brud ar c’hoad », D’Arbois, Noms gaulois, p. 54-5. Kenveria Frazer, I, p. 387-8. Diwar-benn ar mela gand an arzed, Brehm, les Mammifères, I, pp. 652, 666. Kenveria les-ano kembraek an arz, melfochyn « moc’h-mel ». En hen-slaveg e veze graet anezan « debrer-mel », e lituaneg « al liper » (lokis), Anthr. 1906, p. 620.
  167. Kenveria an Aested meneget gant Tacitus hag, er Grenn-amzer, ar pez a lavar Adam a « Brême » eus ar Samli vel Pruzzi : Homines humanissimi... Multa possent dici ex illis populis laudabilia in moribus, Rev. des Et. anc. 1915, p. 112 ; 1919, p. 105, not. 1. Ar boblad-ze eo a zo bet diouennet kriz-mantrus gant marc’heien an Urz Teutonek hag he deus lezet hec’h ano d’ar Brus, A. Lefèvre, Germains et Slaves, p. 193-4 ; L. Léger, Russes et Slaves, trede levr (Paris, 1899) p. 172.
  168. « Ganet eus eun doue », d’Arbois, Civilisation des Celtes, p. 179.
  169. Kenveria an ano-den hen-geltiek Ivomagus « mevel Ivos ». En iwerzoneg hag e brezoneg ez eus geriou furmet en doare-ze : Mael-Uimi « moal (sklav) an arem », Mog-Nuadat « mevel Nuz », Mao-Doue « servus Dei » (kenveria Gwazdoue), Mao-Deiz « mevel an deiz », hag all.
  170. An enezenn anvet Tule gant Putheas, Skatinavia, Skandia, Skanzia gand an douaroniourien war e lerc’h.
  171. Kiepert-Ernault, Manuel de Géogr. anc. p. 321.
  172. Kenveria Jornandes, De origine actuque Getarum, 1.
  173. Tud neuziet evel-se a gaved an aliesa e Breiz-Veur en oadvez an armou hag ar binviou e maen lufret (XXX-XXvet kantved kent H. S.). Etro dibenn an oadvez-se hag en oadvez an arem e teuas da veva en eur gichen gand ar re-ze tud neuziet-dishenvel. Ar pep dishenvela enno ez oa o ment uhel, o framm-korf nerzus-dreist hag o dremm talfasok. A vro-Danmark e tiskouezont beza genidik hag e kav d’an aotrou Loth ez oant Kelted, Rev. des Et. Anc. 1916, p. 285 ; 1921, p. 327-8 ; Rev. celt. 1920-1, pp. 259-88. Krennbennek eo an neuz-tud-ze. Kelted ar c’henta oadvez houarn, studiet gand an Doktor Hamy (Anthr. 1906, 1907), hag i ivez mentet-uhel-tre ha frammet-nerzus, a zo peurliesa hirbennek ha striz-dremmet.
  174. Poseidonios, Anthr. 1909, p. 201, not. 1.
  175. Ar strolladou listri o tont eus Galia pe Iberia a ehane ouz an enezennou-ze ha di eo e tigased d’ezo ar staen.
  176. Iwerzon, Rev. Celt. 1900, pp. 166-72. Eus 1500 da 1000 kent H. S. ez eo bet Iwerzon, e gwirionez, eun El Dorado, eur « vro an aour ».
  177. Montélius-Reinach, Temps préhistoriques, p. 118-9.
  178. Joyce, Social History, II, pp. 176-7, 356-63 ; D’Arbois, Epopée celtique, pp. 111, 113, 115.
  179. Cf. Léon Cahun, Introduction à l’histoire de l’Asie, p. 31-2 ; H. Cordier, Aperçu sur l’histoire de l’Asie (prezegenn graet e 1904 e Diskouezadeg-Veur Sant-Loeiz, Missouri, Stadou-Unanet), pp. 4-6 ; J. de Morgan, les Premières Civilisations, études sur la préhistoire et l’histoire jusqu’â la fin de l’Empire macédonien (1909), p. IV-V ; Dottin, Anciens Peuples, pp. 225-64 ; Rhys, Celtic Britain, pevare mouladur, p. 278.
  180. Petra a gave da Gelted ar Gwalarn diwar-benn an doare-savadurez-se, Gougaud, Chrétientés celtiques, eil mouladur, pp. 315-6. — Kêriou bras ar bed en eilvet milved kent H. S. : — Chouchan (Suza), Agadê, Kich, Ourouk, Babilou (Babilon), Assour, Ninoua (Niniva), e bro an Diglat (Tigr) hag ar Bourattou (Eufrat) ; — Zidounou (Sidon) ha Zourou (Tyr) en arvor an Ouazït-Oîrît (mor Kreizdouarek) ; — Tanis, Haka-Phta pe Mennofer (Memphis) ha Theba e traonienn an Nil. Sellout ouz De Morgan, op. cit. p. 286 ha passim ; G. Le Bon, les Premières Civilisations de l’Orient (Paris, 1889), p. 422-3 ha passim.
  181. Keltiek eo an doare-lavar-ze, bituriges, unander biturix. E semiteg (babiloniek) e levered sar-mâtâti « roue ar broiou », J. Halévy, la Correspondance d’Aménophis III et d’Aménophis IV, lettres babyloniennes trouvées à El-Amarna, transcrites et traduites (Paris, 1899), pp. 205, 207 ha passim ; F. Martin, Lettres néo-babyloniennes (1909), pp. 148, 157 ha passim. E phenikianeg Melek melakim « Roue ar roueed » a veze graet eus roue ar Bersed, Rev. arch. 1905, p. 3. En hevelep rannyez, Adon melakim « Aotrou ar roueed » e oa troïdigez ar gregach kurios basileiôn « Aotrou ar rouanteleziou » er reiz-lez ptolemaek. En eun enskrivadur rôet gant Seignobos e kaver implijet an daou c’her assiriek a dalveze kement ha « roue », sar ha siltan : Hanunu sar ir Haziti « Hanon, roue kêr Gaza », Sabe siltan mat Musuri « Sebecchus, roue Bro-Ejipt », Hist. narrative et descriptive des anciens Peuples de l’Orient, p. 202.
  182. Ar mor Kreizdouarek.
  183. Dussaud, Civilisations préhelléniques, eil mouladur, pp. 60, 68. Kenveria A. J. Reinach, l’Egypte préhistorique (Paris, 1908), pp. 24-6.
  184. Demolins, Comment la route crée le type social, I, p. 293 ; II, pp. 286-308.
  185. Diwar-benn kabellou plunv enezidi ar mor Kreizdouarek en eilvet milved kent H. S., A. J. Reinach, le disque de Phaistos et les Peuples de la Mer (Paris, 1910), skeudennou 1, 4-8, 22 ha pajennou 20-8 (tennet diwar ar Rev. arch. 1910, I, pp. 1-65) ; Dussaud, op. cit. taolenn-skeudenn IV ha pp. 72, 446. Henvel ez oa ar c’habellou-ze ouz ar re a veze gwisket gwechall gand Indianed an Amerik. — Korolli ouz son al lourenn, Dussaud, p. 576, sk. 281.
  186. Rev. arch. 1906, p. 339 (Sahara). Anavezet e oa Morianed ar Soudan gant Kretiz ken abred hag ar bloaz 1600 kent H. S. Skeudennet ez int a-gevret gand eun doare-marmouz eus o bro war livaduriou-war-vur Knossos, Rev. arch. 1923, II, pp. 168, 325-6.
  187. Ejiptiz a denne o aour, poultrenn pe c’hreunennou, eus bro-Nubia a dalv da vad an ano anezi (nub « aour ») kement ha hini an El Dorado.
  188. Kenveria Livingstone, Explorations dans l’intérieur de l’Afrique australe (Paris, 1881), p. 451.
  189. Da lavarout eo : a-ouenn d’ezo beza berr o fennad-bleo. E-touez ar Gelted ar sklaved hepken a oa tous o fenn. An dud en o frankiz hag an uhelidi a zouge o bleo hir pe hiroc’h.
  190. An hen-iwerzoneg dilem, pazenn-uhela an ano-doarea dil « dudius », a c’houlenn eur furm hen-gelttek *dilismos ; kenveria Molismos, ano-lec’h, breman Molesme, Bro-C'hall, D’Arbois, Eléments de Grammaire celtique, déclinaison, conjugaison, p. 119.
  191. Kenveria ar fundus Liccoleucus « gwenn-mein » gant Kelted an Itali, en IIvet kantved goude H. S., Rev. celt. 1890, p. 168. — Enezenn Rugen, gant he zornaodou kleiz gwenn o sevel, e lec’hiou-zo, betek da 130 metr uhelder, a ziskouezfe a-walc’h beza henvel ouz Likkoleuka ar skrid-man, Reclus, Géogr. univers. III, pp. 810-3.
  192. Kenveria « the conspicuous stone from which arise a hundred strains » licc leur asa comerig cet ceul, Kuno Meyer, Imram Brain, p. 10-1. Ivez G. Le Bon, Premières civilisations de l’Orient, p. 97 ha taolenn-skeudenn 5 (keurzelwenn Memnon) ; Livingstone, Explorations dans l’intérieur de l’Afrique australe, p. 154.
  193. « Tachenn an dour-mel » pe « tachenn ar mel ». Kent talvout da lavarout « dour-mel », medus a dalveze « mel ».
  194. E hen-vrezoneg itlann « douar-ed », J. Loth, Vocabul. v. br. p. 169.
  195. « Tachenn an avalenned ».
  196. Sellout Rev. arch. 1914, p. 211, not. 2.
  197. « Koad ar mor ».
  198. Kenveria Tour du Monde, 1902, p. 184.
  199. Hen-geltieg medionemeton, Dottin, Manuel, IIvet mouladur, pp. 115, 434.
  200. Kenveria an iwerzoneg diada « doueel ».
  201. « An dachenn wenn », « ar Gwennva ».
  202. Gwiadou a blunv-evned en Iwerzon, Joyce, Social History, I, p. 447 ; II, pp. 30, 406 ; W. Stokes, the Colloquy of the two Sages, p. 13 ; V. Tourneur, Musée belge, ebrel-gouhere 1902, p. 7, not. 5. Diwar-benn gwiadou plunv Indianed ar Meksik hag an doare m’en em gemerent evid o sevel, Dellenbaugh, The North-Americans of yesterday (New-York, 1901, pp. 134-8, skeudenn).
  203. Skao-gwrac’h an Norvej (acer platanoïdes, L.) ma wisk an deil anezan en diskar-amzer eul liou melen flamm-tre, Bon Jardinier, 1882, eil kevrennad, p. 135. — Tornaodou maen-krag ruz, Reclus, III, p. 737.
  204. Jullian, Hist. de la Gaule, I, p. 423, not. 3.
  205. War an ano-ze, sellout Rev. celt. VI, p. 267-8.
  206. Tacitus, Germania.
  207. Diwar-benn kanaouennou-goro an Iwerzoniadezed, sellout ouz Joyce, I, p. 591.
  208. Kenveria D’Arbois, Epopée celtique, p. 425.
  209. Montelius, Temps préhistoriques, p. 245 (eur pennad diwar ar Rigsmal).
  210. Kenveria an iwerzoneg eo « mat ».
  211. « Krenv », D’Arbois, Et. gram. sur les langues celtiques, p. 30-1*.
  212. « Bras ». Diwar-benn an ano-doarea magalos hag ar roudenn anezan er yezou nevez-keltiek sellout ouz D’Arbois, Et. gram. pp. 2-4*, 13-5*.
  213. Iwerzoneg buide « melegan ».
  214. Kenveria J. Bédier, le Roman de Tristan et Iseult, p. 101 (eus ar mouladur in-16).
  215. « Rouanez ar peoc’h ». Kenveria ar c’hembraeg tanc « peoc’h. »
  216. Kembraeg hedd « peoc’h, sioulded ».
  217. Katus « emgann ». Kenveria, en Edda, an doue dall Hodr (=*Hatus), muntrer Balder, Rhys, Celtic Heathendom, pp. 530-9.
  218. Diwar-benn ar « pennmoala » (decalvatio) pe ar c’higna ar c’hroc’hen-penn en Europ, sellout ouz ar Rev. celt. 1913, pennad A. J. Reinach war les têtes coupées et les trophées en Gaule. An hevelep boaz a zo bet anezan beteg an XIXvet kantved gand Indianed an Amerik. Diwar-benn dibenna an enebour lazet ha mirout ar glopenn anezan, en Azi hag er Valezi, sellout ouz an Anthr. 1921, p. 389-90.
  219. C’hoaz er XVIIvet kantved, ar steudad skosellou en em astenn er mor er reter da enez Heligoland a oa warno tornaodou kleiz, anvet Wittecliff, d’ezo 60 metrad uhelder. An enezenn, n’eus anezi breman nemet eun enk a dolzennad vaen-krag kalet, a save en-dro d’ezi, gwechall, diazezadou teo meurbet a gleiz a zo bet tamm-ha-tamm dispennet ha skubet gand an tonnou-mor. E mare Adam a Vrem (XIvet kantved goude H. S.) edo gorread Heligoland, henvel a-walc’h, kant gwech brasoc’h eget m’eman en deiz hizio, Reclus, Géogr. univers. III, pp. 733-7. War doare sakr an enezenn-ze en Hen-amzer, Jullian, Hist. de la Gaule, I, p. 421, not. 1 ; Rev. des Et. anc. 1919, p. 112, not. 2.
  220. Cf. Imram Brain, p. 16-7.
  221. Kenveria ar marc’heg o tiskar ar ramz e zibenn-korf naerek, Trévédy, le Cavalier et l’Anguipède, Laval, 1889 ; Rev. des Et. anc. 1919, p. 62.
  222. D’ar wezenn-ze eo e tlee ar frankizenn hec’h ano a Korobilion, iwerzoneg corrbile « gwezenn dibar », da lavarout eo « hec’h-unan-penn ». Sellout pelloc’h ar pennad Renadur Vindosêtlos. En hen-geltieg bilion, belion, en iwerzoneg bile « gwezenn sakr », « kef-gwez », Rev. Celt. 1914, p. 254 ; Dottin, Langue gauloise, p. 234.
  223. Frazer, III, pp. 190-7.
  224. An doue daou garo gantan er vann en e zaouarn (Apollo ?), S. Reinach, Guide illustré du Musée de Saint-Germain-en-Laye, mouladur nevez, p. 122, skeud 124 ; G. Jullian, Rev. des Et. anc. 1908, p. 73.
  225. Kenveria an diskleria a rôe beleien ar Slaved pagan diwar-benn tri fenn an doue Triglav, Léger, Mythol. slave, p. 141. Doueed trifennek ar Gelted koz, S. Reinach, Bronzes figurés, pp. 185-91 ; A. Bertrand, Religion des Gaulois, pp. 316, 319, 344, 371 (skeudennou). Maouez trifennek e lennegez Iwerzon, Rev. celt. 1892, p. 13.
  226. « An Trec’hour », lesano Belios el levr-man eus ar Sketla.
  227. Herodotos, IV, 35 ; Diodôros, II, 47. Diwar-benn an darempredou reizet-mat etre nevedennou an Europ er ragistorvez, Rev. des Et. anc. 1919, p. 110, not. 2.
  228. Déchelette, Manuel, kevrenn genta, oadvez an arem, p. 421-2.
  229. Kenveria kantenn Phaistos e-mesk Kretiz ar rann-amzer minoad (Dussaud, Civilis. préhel. eil mouladur, p. 425) hag an Dharma-çakra « Rod al Lezenn » gand Arianed an Indez (ar skridou-testenia meneget gant Gaidoz, Dieu gaulois du soleil et symbolisme de la roue, p. 10-1). Kranenn al Lezenn gand ar C’hresianed, Rev. arch. 1910, p. 18-9 ; Ploutarkhos, Buhez Solon, 33, Enskrivaduriou e lizerennou gresiek e-mesk an Huperboreaned, Diodôros, II, 47.
  230. Alb de Souabe, Kiepert-Ernault, Man. de Géogr. anc., p. 300-1.
  231. Kenveria Notennou, XII, kenta kevrenn, p. 22.
  232. Naered-dour o anal flerius ha bosennus, war an douar-bras, Rev. celt. V, p. 423 ; Rosualt Iwerzon, Joyce, Social History, II, p. 515.
  233. Rênos a vefe aet e brezoneg da *Roen, *Roan pe *Rouan. En iwerzoneg eo aet da rian « mor », tro-c’henidik rein (=*rêni).
  234. Frazer, I, pp. 112-3, 126.
  235. Ar Jutland, Plinius, IV, p. 97 ; Rev. celt. 1891, p. 4.
  236. Sellout Rev. celt. 1913, p. 184.
  237. Kenveria Rev. des Et. anc. 1907, pp. 86 (skeudenn), 186 ; Pro Alesia, 1907, p. 221. Diwar-benn an diou zoueez-veur, ar Vamm hag ar Verc’h, gwelout Glotz la Civilisation égéenne, 1923, pp. 281-90 ; Frazer, III, pp. 210-69. Diwar-benn an dimezi etre an doue hag an doueez hag ar peziou-c’hoari santel a daolenne bep bloaz an dimezi-ze, Glotz, pp. 290-3 ; Bertha S. Phillpots, the Elder Edda and Ancient Scandinavian Drama, Cambridge, 1920. Kenveria Rev. arch. 1902, p. 257 (Dionusou pathê) ; 1921, I, p. 173 ; Rev. des Et. anc. 1920, pp. 136-7, 149-50 ; 1921, p. 150. A-zivout ar roudou manet e giziou hag e marvailhou ar bobl war-lerc’h al lidou a oa gwechall stag ouz pep rann-vloaz, sellout ouz Saintyves, Liturgies populaires, rondes enfantines et quêtes saisonnières, 1919 ; les Contes de Perrault et les récits parrallèles, leurs origines : Coutumes primitives et Liturgies populaires, 1923.
  238. Frazer, I, pp. 33-6 ; III, pp. 310-2.
  239. Frazer, III (cultes agraires et sylvestres), pp. 64-5. Kenveria Rev. arch. 1902, II. p. 257.
  240. Gand ar bleunv melion (viola odorata, L.) e raed e gouel Kala-Mae (Kintusamonios) : kaeraet e veze ganto toull-dor an tïez, Journal des Savants, 1892, p. 414-5.
  241. Kenveria ouz ar pennad-man eus ar Sketla Rev. arch. 1921, p. 173.
  242. En arouez a zoujans hag a garantez, sellout p. 36, not. 1.
  243. Kirri stlejet gant kirvi pe heizezed, Rev. celt. 1907, pp. 258-9 (Cuchulainn) ; Lefèvre, Germains et Slaves, p. 99 (Jordh).
  244. War ar sel lem-laka e plunv evned eus kirri-emgann Iwerzoniz ha war hini kirri ar Gelted peurliesa, sellout V. Tourneur, Germani-Gaesati, Musée belge, ebrel-gouhere 1902, p. 7 ha not. 5.
  245. Kenveria d’Arbois, Epopée celtique, pp. 73, 77 ; Rev. celt. 1907, pp. 251-2, 253 ; Herodotos, IV, 66, 117 ; Lefèvre, Germains et Slaves, p. 168 ; Deniker, Races et Peuples, p. 298 ; Races humaines (Hachette, 1910), p. 51-2.
  246. Lakaat e kemm gand ar pennad-se eun darn eus ar skouerioü bodet gant Jeanmaire en e labour-skrid war la cryptie lacédémonienne, Rev. des Et. grecques, 1913, pp. 121-50.
  247. Kenveria mojenn Kuknos, kar da Phaeton ha dibenner-tud. Henvelekaet e vez alïes ar vrezelerien ouz mederien e hen-varzaz Bro-Gembre ; ac’hano, e krenn-gembraeg, mid (mifed, medi) « emgann », mitlann (medlann) « tachenn-emgann », Rev. celt. 1920-1, p. 154.
  248. Drasterez arzed en edegou, Brehm, les Mammifères, I, p. 651-2.
  249. Kenveria, war an douar-bras, er pevare kantved kent H. S., ar gof Heliko, Notennou, VI, p. 27 ; VII, p. 44-5, hag, er pevare kantved goude H. S., en enez-Vreiz, an Areani (= arianos « gward », iwerzoneg aire « vigilia »), Rev. celt. 1914, p. 113 ; Ammianus Marcellinus, XXVIII, 3, 8 ; Wright, the Celt, the Roman and the Saxon, Vvet mouladur (London, 1892), p. 443 ; Sagot, la Bretagne romaine (Paris 1911), pp. 245-6.
  250. E buhez ar poblou, evel e buhez pep den, « netra ne dalv war an hir-striva » M. Maindron, l’Art indien, Paris, 1898, p. 30 ; G. Le Bon, Psychologie des Foules, p. 101-2 ; Dr P. E. Lévy, l’Education rationnelle de la Volonté, 9vet mouladur, 1913.
  251. Kenveria Polubios, n, 17 ; Notennou, VIII, p. 7-8. Diwar-benn ar yod kerc’h en Europ, er ragistorvez, Anthr. 1921, p. 545-6. Diwar-benn nerz-maga ar c’herc’h, sellout Baden-Powel, Le Livre des Eclaireuses, p. 144 (mouladur Delachaux ha Niestlé, Neuchâtel, 1925).
  252. Kenveria Notennou, XII (kenta hag eil kevrenn), p. 37-8.
  253. Kenveria Dottin, Anciens Peuples, pp. 67-8.
  254. Kement ha ma c’heller merzout diwar arroudou all eus ar Sketla, e vije ze : liou an aour ha sked an heol (ar pennad bleo) ; gwennded an erc’h pe eon an tonnou (war ar c’hroc’hen), liou glas an oabl pe ar mor en eun devez hanv (en daoulagad).
  255. Kenveria De bello gallico, VI, 21. Ha sellout ouz Anthr. 1906, p. 2.
  256. Kenveria pennadou kenta levr Diffloth, la Beauté s’en va (Paris, 1905) dreist-holl ar pempvet, pp. 22-5 (de l’état de métissage général des types ethniques) hag ar seizvet, pp. 34-40 (de la dégénérescence des types ethniques).
  257. Iwerzoneg fin-galach, D’Arbois, Premiers Habitants, II, p, 342 ; Et. sur le Droit celtigue, I, p. 12.
  258. Kenveria ar c’heltieg-latin a C’halia cambiare « rem pro re dare » (Geriadur hen-geltiek Endlicher) ; ac’hano ar brezoneg kemma hag ar galleg changer. Kambiones a zo deut d’ar galleg changelins.
  259. Kenveria Lois de Manou, X, 61 : « Kement bro ma vez ganet enni tud a ouenn gemmesket, gwastet drezo glanded ar Renkadou, a vez kaset abred da get gand ar re a vev enni. » Kenveria ivez Le Bon, Lois psychologiques de l’évolution des peuples, dekvet mouladur, p. 44-5 ; Premières Civilisations de l’Orient, pp. 159-62 ; Diffloth, op. cit. pp. 9-46.
  260. Eun henvelded bennak a zigouez beza etre Belios, iwerzoneg Bile, ano-doue, ha belion, bilion, iwerzoneg bile « gwezenn sakr ».
  261. Kenveria Manou, III, 7, 8. ; C. de Varigny, la Femme aux Etats-Unis, Paris 1893, pp. 75-81.
  262. Bleiz debrer-tud, Rev. celt. 1904, pp. 208-24 ; 1913, p. 1-2 ; Rev. arch. 1911, p. 57 (skeudennou en tri fennad-ze).
  263. Kenveria, e lennegez kembraek ar Grenn-amzer, kastell Oeth hag Anoeth savet en eskern gant Manawyddan mab Llyr, Rev. celt. 1913, p. 278.
  264. Kenveria Naastrand ar Skandinaved, Anderson-Leclercq, p. 289.
  265. Kenveria Kezar VI, 21 : Qui diutissime impuberes permanserunt, maximam inter suos ferunt laudem : hoc ali staturam, ali hoc vires, nervosque confirmari, putant. Ha Tacitus, Germ. 20 : Sera juvenum Venus eoque inexhausta pubertas. Ouz ar C’hermaned e sell an diou arroudennad-se pe, da vihana, ouz ar pep gwella anezo. Diwar-benn gouenn an Hen-Gelted henvel ouz hini an alouberien a zo digouezet e kuz-heol an Europ, an eil war-lerc’h egile, betek derou ar Grenn-amzer (Franked, Goted, Angled, hag all), sellout Dr Hamy, les Premiers Gaulois, Anthr. 1906, p. 2. Kenveria Loth, Première apparition des Celtes dans l’île de Bretagne et en Gaule, Rev. celt. 1920-1, pp. 272, 276-84.
  266. Intra annum vero vicesimum feminae notitiam habuisse, in turpissimis habent rebus : cujus rei nulla est occultatio, quod et promiscue in fluminibus perluuntur, et pellibus aut parvis rhenonum tegumentis utuntur, magna corporis parte nuda, Kezar, VI, 21.
  267. Diwar-benn an deiziou ma tlee ar priedou emzioueri e-touez Arianed an Indez sellout Manou, III, 46,47 ; IV, 40, 128. Diwar-benn roudou eur boaz henvel e-touez Arianed an Europ hag ar mennad anezan, Frazer, Cultes agraires et sylvestres, p. 259.
  268. Lenn war ze eveziaduriou Frazer, III, p. 261, ha re S. Reinach, Cultes, Mythes et Religions, III (eil mouladur), pp. 340-2. Frazer a laka evez ez eo diwar an dlead a emziouer m’o deus gouezet en em blega d’ezan da vareou-bloaz rekis, e kemeras gouennou-tud a zo eur galeted hag eun nerz-youl n’o deus ket gouennou-all tizet da gaout. Mar deo an den gwenn dreist d’ar Morian, an Europad dreist d’an Arabiad ha d’an Aziaded-all, gouenn hanternoz an Europ dreist da ouenn ar c’hreisteiz, n’eus ken abeg da ze nemet hennez. Kenveria J. Huret, l’Amérique Moderne, I, p. 125-6 (eus ar mouladur skeudennaouek, P. Lafitte, Paris, 1910), 121-2, 124 ; II, p. 103. Cf. ivez De Mandat-Grancey, Dans les Montagnes Rocheuses, p. 14 (trede mouladur, 1894) ; Raymond Bell, Croquis californiens in A travers le Monde (stagadenn le Tour du Monde), 1902, p. 388.
  269. Virodakthis a gredfed a-walc’h ez oa eun doueez ar c’hanedigez, henvel ouz an hini ma rae ar Romaned anezi Lucina, Rev. des Et. anc. 1913, p. 455.
  270. Kenveria G. Le Bon, Psychologie de l’Education, XVvet miliad, p. 353 ha da heul ; Baden-Powell, Le Livre des Eclaireuses, p. 174.
  271. G. Le Bon, op. cit., pp. 233-4, 256-7.
  272. « Ar Gelted a laka d’ober en-dro d’ezo ouz taol bugale yaouank-flamm, paotred ha plac’hed », Diodôros, V, 28. E-touez ar Skandinaved ez oa ar boaz ma tremenje merc’hed an ti ar c’herniel d’ar vrezelourien, p’edont bodet da eva goude pred (Montelius-Reinach, p. 240.)
  273. E Mabinogi Owein ha Lunet an diou blac’h war-nugent eus ar c’hastell a zigemer eur beajour, a zistern hag a brederi e varc’h, a walc’h hag a bur e armou, a denn diwarnan e zilhad-beaj hag a ro d’ezan re-all, a aoz hag a zigas d’ezan eur pred, Loth, Mabinogion, II, p. 6-7 (kenta mouladur).
  274. En abeg d’o c’horf gwall-neuziet. Lakaat e kemm : 1° beuzidigez bugale vac’hagnet roue-meur Iwerzon, Coirpre Caitt-chend (Ia kantved goude H. S.), D’Arbois, Droit celtique, II, p. 38-9 ; — 2° ar boaz meneget gand an impalaer Julianus (IVvet kantved) ; — 3° al linennou-man gant Ploutarkhos, Buhez Lukurgos, 21 : « Dre ma veze tonket ar vugale nammet pe gorfet-gwan da chom atao izil ha di-yec’hed, e kave da Spartaïz n’oa ket mat na d’ezo end-eeun na d’ar Vrôad lezel o buhez ganto » ; — 4° an hen-zisklêriadur-man da Lukanus : Teutatis Mercurius sic apud Gallos placatur : in plenum semicupium homo in caput demittitur ut ibi suffocetur, Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 159, not. 2.
  275. Diwar-benn an hen-geltieg nemetos, D’Arbois, Noms gaulois, p. 151-61 ; an iwerzoneg nemed, nemhidh, Droit celtique, II, p. 82-5 ; an hen-vrezoneg nemet, nemed, nimet, krenn-vrezoneg nevet, neved, Loth, Chrest. br. p. 154, 222.
  276. Kenveria Herodotos, IV, 33, 34, 35.
  277. Kenveria Tour du Monde, 1902, p. 89.
  278. Kenveria Ploutarkhos, Buhez Numa, 19. Trei war an tu dehou, diouz red an heol, a anved deisiol en iwerzoneg, eus dess « dehou ». War ar boaz-se, sellout Dottin, Manuel, p. 347 ; Joyce, Social History, I, p. 301-2 ; D’Arbois, Civilisation des Celtes, p. 254-6 ; Principaux auteurs, p. 302 ; Epopée celtique, XLI, 321.
  279. Kenveria Sébillot, Paganisme contemporain chez les Peuples celto-latins, p. 231.
  280. E-pad ar gourdeiziou, an ivin, ar c’helen, an uhel-varr, al lore, ar roumarin, ar jenevreg ; — da gala-mae, ar melion, ar bleun-nevez, an hiliber, ar spern-gwenn, ar spern-du : spern-gwenn a veze lakaet en-dro d’an dorojou ha strewet ganto al leurenn ; gand ar spern-du e saved eur volzenn a-zioc’h d’ar rouanez-Vae ; — da vare an hanter-hanv, an uhelenn-wenn, ar radenn, ar varlen, ar melchon, hag all. Sellout Thiselton-Dyer, British Popular Customs, pp. 17, 221, 255, 274, 312, 316, 327, 459, 478.
  281. Ploutarkhos, Buhez Numa, 28.
  282. « Annezlec’h ar roue. » An iwerzoneg riched « nenv » a c’houlenn en e raok eur ger keltieg *rigiosedon, Rev. celt. 1914, p. 254 ; 1915-6, p. 382. Kenveria an anoiou-lec’hiou Rigodunon e Breiz-Veur, Rigomagos e Galia, D’Arbois, Premiers Habitants, II, pp. 259, 270 ; Noms gaulois, p. 8-12.
  283. Kenveria iwerzoneg nama « enebour », tro-c’henidik namat, Dottin, Langue gauloise, p. 274.
  284. Rev. celt. 1892, p. 328.
  285. Kenveria an iwerzoneg mac thire « mab an douar», da lavarout eo « bleiz », W. Stokes, Togail Bruidne Da Derga, p. 146.
  286. Kenveria Epopée celtique, p. 139. Diwar-benn troiou nerz, oueskded ha kadarnded Kelted Iwerzon, sellout Rev. celt. 1908, pp. 111-3, 129. Kenveria c’hoariou-nerz ar varc’hegerien kelt-ha-roman taolennet gand Arrianos, the Celtic Review, IV, p. 384. Diorroadur ar c’horf gand ar Gelted koz, Notennou, V (eil mouladur), p. 25-6. Temz-korf gourenel ar Gelted e marevez an arem hag e marevez Hallstatt, Loth, Rev. celt. 1920-1, pp. 272, 276 ; Hamy, Anthr. 1906, p. 1-18 ; 1907, p. 127-35. Sellout ivez ouz Piroutet, Contribution à l’étude des Celtes in Anthropologie 1918-9, 1920.
  287. War ar berz-hud anvet geis en iwerzoneg (lïester gesa), sellout Dottin, Manuel, p. 370. Geis a zalc’h lec’h eur furm hen-geltiek *gessis, kosoc’h *gedtis « pedenn ». Kenveria Geddos (gant dd barennet=ss), ano-den war eun enskrivadur eus ar marevez kelt-ha-roman kavet e traonienn ar Roen (Rênos). Diwar ar wrizienn-c’her ged « pedi », e teu an hen-iwerzoneg guide « pedenn » (a zalc’h lec’h eun hen-geltieg *godia), guidim « e pedan », ro-gad « pedet em eus », gessiin (breman geasaim) « e pedan, e tiouganan » D’Arbois, Phonétigue et Dérivation bretonnes, p. 35*.
  288. Ilinad a 0m 44 pe dost.
  289. Kenveria maro Diarmaid, John Gregorson Campbell, the Fians, or Stories, Poems and Traditions of Fionn and his warrior band, p. 54-9 (Waifs and Strays of Celtic. Tradition, Argyllshire Series N°IV).
  290. Dottin, Langue gauloise, p. 292, not. 1.
  291. Samilla ha Giamilla a zo anoiou-merc’hed diveret a samo- « hanv » ha giamo- « goanv », Rev. celt. III, p. 310. Samogenos « mab an hanv » pe « ganet en hanv ? », Visumâros « melchon », Baditis « loa-zour », Beliokandos « mildelien » (achillea millefolium, L.) Sellout Dottin, Langue gauloise, d’ar geriou-ze.
  292. Kenveria L. Léger, Mythol. slave, p. 170.
  293. Kenveria Epopée celtique, pp. 281, 283. Emlaz ar bried, n’eus ket ano gand an hen-skrivagnerien e vije anezan e-touez ar Gelted koz, a zo bet boaziet en o zouez koulskoude, evel m’hel laka anat ar c’havadennou graet e beredou keltiek eus an IIvet, IIIvet ha IVvet kantvedou kent H. S. Er beredou-ze, alïes a-walc’h, relegenn-eskern ar c’hadour a zo gantan relegenn eur plac’h. A-wechou eman ar plac’h astennet en tu kleiz d’ar c’hadour. Gwechou-all eman gourvezet war he c’hein ha korf maro he fried astennet warni, dremm-ouz-dremm, e ziouvrec’h en-dro d’he fenn. Ha beza relegenn ar c’hadour peurvuia hini eun den deut da vrud e oad, ar plac’h-hi a vez peurlïesa eur grennardez (Déchelette, Manuel, II, 3vet kevrenn, p. 1035-6). An emlazerez a-youl eus an intanvez war gorf he fried a zo bet meneget e-touez an Dhraked gand an hen-skrivagnerien. Bet ez eus anezan en eun niver poblou.
  294. N’edo ket ar boaz gand ar Gelted gouela d’o re varo. Sellout war ze Notennou, XII (kevrenn diweza), p. 17 ; Anderson-Leclercq, Mythol. scand. p. 251-2.
  295. War ar bonedou gloan gwisket gand oadvezidi an arem er Jutland, sellout ouz Montelius-Reinach, Temps préhistoriques, p. 77, skeudennou 87 ha 89.
  296. Setu, diouz renkadur ar skrid, anoiou-breman ar stêriou-ze : Weser, Ems, Lippe, Meuse, Oise, Seine, Marne, Morin, Ozain (depart. Aube), Sanon (adstêr ar Meurthe), Moselle, Oosbach (adstêr ar « Kyll » e-kichen Trêves). Vinxtbach, Lauter, Moder, Dorps (Alzas), Ergers, Saône, Brenne, Yonne, Loire, Beuvron, Gher, Indrois (adstêr an Indre, Anger, Rev. celt. 1901, p. 223. Ar stêriou-ze a ziskouez beza re ar c’henta broiou aloubet gand ar Gelted, Jullian, Hist. de la Gaule, I, p. 244-6.