« ASSOCIATION ARTISTIQUE & LITTÉRAIRE DE BRETAGNE »
KENSKRID
Da Zoue ez eo ma ine,
D’am Breiz ma nerz ha ma bue,
D’am Dousig koant ma c’harante ! A. Y.
Pa ve groet eul levr bennak eman ar c’hiz gant an
oberour — herve ma zo lavaret d’in — d’ober eur
c’henskrid evit lakât al levr neve dirak daoulagad
al lenner.
Bezan zo oberourien ha na veint tam abed nec’het
evit kavout danve eur c’henskrid. Evidon-me n’ouvean
ket kaer petra skriva en penn ma levr… nemed ha
displega ’rafen ennan d’am c’henvroïz penoz ha dre
petore digare eo bet digouezet ganin skriva ha karout
ar Brezoneg.
Siouaz, displega kement-se e vefe ober politik, hag
ober politik — dreist-holl p’eman kement troad ar
bolitikerien war hon goug, mar n’hon deus mui alan
awalc’h da huchal frankiz — ober politik, eme eur rum-tud,
a zo eun torfed heuzus, zoken pa fell difenn hon
Bro, hon Yez hag hon Fe, gwasket koulskoude…
Ma, nag e tigouefe d’in feuka enebourien ar
Brezoneg…, c’houea tan ar gounar en kalon difennourien
hon Yez, e pedin anê holl da drugarekât Komb-koz — ya Komb-koz — mar zo hirie en Breiz eul levr
brezonek ouspenn…
Ar rum kenta a lavaro, marvad : — Trugarekât
Komb-koz… Fent a ret d’imp !
An eil rum, zouezetoc’h c’hoaz : — Trugarekât
Komb-koz… An difroket-se !…
— Fe, ya ’vad, ma zud kez, ha goude !
N’eus droug abed a gement na servij d’eur vad
bennak. Mar n’am c’hredet ket, chilaouet kentoc’h :
Eur zulvez, an deiou diwean a viz here 1902, e oan
potr ar gêr. Goude bezan groet ma labour, da c’hortoz
distro an dud eus an ofern-bred, en em lakis da lenn
an Electeur des Côtes-du-Nord, kazeten ma c’henvreur
G. Corfec, « Bruk-Lann ». A boan krog da lenn, e
vervas ma gwad em gwaziou hag e kouezas ar gelaouen
eus tre ma daouarn.
— Petra, petra ! emeon…, Komb milliget… Ar
potr a c’hiz koz… ber, ber e ziouc’har, dôn, dôn e gof…
A fell d’ezan difram diganimp hon Yez… Mouga ar
Brezoneg dre lezennou kasonius ! Pe vin zalvet !
Dampred vo eskern kement diaoul zo ’barz an ifern
ha kroc’hen Komb-koz war ar marc’had… Ar Brezoneg
a vevo ! Hag ar Vretoned, pennou-kaled, na blegfont
biken… Nan, biken, kentoc’h mervel !
—o—
— Na blegfont biken… Kentoc’h mervel !… a zo
komzou kaer, a dra zur… Mes penoz sklerijenni ar
Vretoned ? Penoz digerri d’ê o daoulagad ? Penoz rei
anaoudegez d’ê eus eun urz ken heuzus ?
Hep mar, dre Vreiz abez e vije skuilhet eur môr a
liou, skrivet millierou ha millierou a bennadou-skrid
nerzus hag entaned eneb da Gomb-teo… Mes ar bobl
marteze, a chomche dizeblant, o vezan ne zavche
mouez krenv awalc’h abed da ziskuilh d’ezan grevusted
ar fallente…
Ar pez a fellfe d’ar bobl e vefe eur zonig bennak,
ber, lem ha flemmus ; rak ar rimadel a chom en
spered ar Breizad, en em gizell en e galon evel al
lizeren er menerez…
Mes piou a zavo eur zôn evelse ? — Jezus, ma Doue,
emeon, n’eo ket me bepred… Karout a ran ma Breiz
ha karout anei kalz, mes biskoaz n’am eus skrivet, na
birviken, marvad, na skrivin eur gir brezonek.
Hag ar gounar a greske em c’hreiz… Ha sonj ar zon
a drubuilhe ac’hanon…
Goude mern, tec’het an holl d’ar gousperou, e
chomen ma unan adarre hag ar sonj terziennus a
vroude ac’hanon bepred mui-ouz-mui…
Skwiz, e tapis pluen ha paper, hep gouzout nemeur
petra a c’hoantan… Tra zouezus ! eur pennadik goude
e oa Kentoc’h mervel war droad, ha, biskoaz zon n’am
eus groet diboaniusoc’h…
Aboue am eus kendalc’het da garout ha da skriva
ar Brezoneg. N’on ket bet ma unan, a drugare Doue.
Urz Komb an eus dihunet eur bern Bretoned ha lakât
da c’henel eur bern Barzed. Awalc’h eo bet d’ezan
c’hoantât labea Breiz-Izel evit gwelet kerkent eur
vanden emgannerien o tiredek da zifenn o Mam-Bro,
eur vanden delennourien o tont d’he c’hana hag eur vanden vugale karantezus o tont d’he frealzi…
Setu aze, ma c’henvroïz ker, penoz e teu an droug
da serviji d’ar vad…
—o—
Daoust da ze, paneved pedennou start, lizerou
niverus hag aliou stank ma mignoned, n’am ije
birviken kredet ober eul levr gant traou ken divalo…
— « N’eus netra a zivalo a gement a deu eus ar
galon, e lare d’in n’eus ket pell eur c’henvreur [1]
karet… Da zoniou, da werziou n’int ket groet, a
dra zur, evit gonit arc’hant… Diwanet int bet en ez
spered ha tec’het eus da galon evel ma tiwan ha ma
zav en hon zraouiennou ar bleuniou-ze a welomp
d’an neve-amzer o tispaka d’an heol vintin hag a
deul dre ar vro zeul muioc’h a c’houez vad ma ’z int
gwelloc’h a ze kuzet… Ouspenn ez int leun a fe, leun
a garante-bro, birvidik a deneridigez ha karget a
sonjou uhel… Tec’hel a reont eus ar galon hag, ouz
o lenn, ec’h efont war eon d’ar galon.
Netra ennê n’hall strafilha ar spered ar muian
anwazus, na feuka an diskouarn ar muian kizidik…
An holl a c’hall o lenn, koz ha yaouank, braz ha
bihan… Kutuilh anê ’ta, gra gantê eur bokad ha,
hep damant, kinnig anezan d’ar Vretoned… Digemeret
mad e vo ! »
Warlec’h hir-varc’hata am eus zentet, hag e teuan
hirie da ginnig d’am c’henvroïz ar bokad-ze dindan an
hano a Vleuniou Yaouankiz.
Perak Bleuniou Yaouankiz ?
O vezan ne gaven hano abed dereatoc’h. Evel ma lavar ma c’henvreur, ma barzonegou holl a zo groet em
yaouankiz. Groet int ganin en kreiz an tân-ze a ra d’an
den yaouank nijal gant allevenez, tridal gant ar blijadur
ha kemer evel ma teuont ar vue, an dud hag an amzer…
Groet int ganin enpad an amzer-ze ma welen pep tra
kuzet dreg eur voren a hunvredigez dispar, ma welen
pep tra o vousc’hoarzin hag o lavaret : — « Na brao eo
beva didrubuilh pa ve ar galon direbech ! » Groet int
ganin o chilaou an avelo vouskana er gwe uhel ; o klevet
an ezen flour o tremen dre ar balan hag o luskellât
an ine gant eun diskan klemmus ; groet int ganin
dirak hiboud sklintin ar wazig dour hag o klevet bep
mintin ha bep noz kân dudius al lapousedigou ; groet
int ganin en eur hunvreal da gaerder ma Bro, d’he
furnez ha d’he zantelez gwechall…
Groet int ive dindan nerz ar gounar zakr a grog
em c’halon gristen pa welan gwaskan ar Fe, mouga
ar Frankiz, muntri al Lealded ha flastra ar Wirione.
Groet int ganin gant ar choant da zidalla ma c’hrenvroïz
ha d’ober d’ê kerzet war roudou hon C’hendadou…
En eur gir, groet int ganin evit Doue hag
evit ma Breiz karet !
Rak an diou garante-ze eo a ra d’am c’halon mouskana
gant an avel, hirvoudi gant an ezennig, kana
gant al lapoused ha gouela, damanti war yenien,
dizeblanter ha, siouaz, kasoni ar bed a vreman…
Laret am eus gouela ha damanti… En gwirione,
daoust d’eur spered hunvreer ha d’eur galon dinec’h,
meur a wech, evel kalz a re-all, am eus kavet spern
dindan ar bleun kaeran ; meur a wech — evel ma lavar unan eus ma mignoned — eo bet digouezet d’in azea
evit lemmel eus ma zreid pikou lemm ha kaled, hadet
gant tud fall dre henchou ar vue…
Ma flijadur, ma foan, ma levenez eo o deus a bep
eil stennet kerden ma Zelen. Ze zo kiriek e kaver em
Bleuniou a bep seurt zoniou ha, dreist-holl, zoniou
yaouankiz.
Ma zoniou yaouankiz… Nag a bennad evurusted
n’am eus ket bet oc’h ober anê !
Nag a wech n’on ket bet chomet ma-unan da hunvreal
en kreiz ar c’hoajou dôn, eus sklerijen al loar, pe
c’hoaz war riblou karet ar môr o sonjal en eun dousig
bennak diwanet du-hont… du-hont, en eun draouiennig
penc’hus a Vreiz !
Ma zoniou yaouankiz ! Ouz o lenn pep den yaouank
a c’houzanvo aliez o hadveva en e ziabarz meur a
bennad eus e amzer dremenet, pennadou tarnijet pell
a vo, marteze, mes war an tôl dihunet ken beo, ma
lezfont en e galon, evel pa lavarfen eur c’houez vad
amzeriou diagent… Ouz o lenn e lavaro : — « Me ive
am eus bet karet ! »
—o—
Ma Bleuniou Yaouankiz o deus c’hoaz eun digare
all. Moullet int, dreist-holl, evit reï d’an dud yaouank
peadra da gana, rak, evel an evn, an den yaouank a
renk kana…
Roomp dezan eta zoniou brezonek, zoniou fur ha
tener war an dro, hag an den yaouank na breno ken
war varc’hallac’h ar c’heriou braz, an hanter kant loustoni a gav, evit daou wenneg, etre daouarn gwerzerien
Pariz.
Ha breman, kerz ma levrig, kerz da gas d’am
c’henvroïz ma gwellan mennoziou en doujanz Doue
hag en karante Breiz-Izel…
Kutuilhet ganin ma Bleuniou, na petra d’ober gantê ?
N’hallan ket, hep bezan digar, n’hallan ket miret anê ;
Ar pez zo en tu-hont da red a zo dleet d’ar bewien,
Diradet holl, o Bretoned, deut da glask peb a vleuen !
Ma Bleuniou a zo kutuilhet dre hent-treuz ar vuegez,
Gouzout kaer a ran n’o deus ket nemeur a dalvoudegez ;
Mes roet d’eze, koulskoude, roet digemer gwirion,
Ar Barz a ginnig anê d’ac’h o c’hinnig a greiz kalon.
O c’hinnig a ran da gentan ha gant doujanz da Zoue ;
Mar d’on ganet en Arvorik, d’Ezan mil gwech trugare !
N’ankouaïn ket e Vam zantel, hon Mam ar Werc’hez Vari,
Ba vefont en Breiz da viken meulet, karet en pep ti !
Beieien ger, tud a spered, gwir noblansou koz hon Bro,
D’am Bleuennou tener, tener, digoret ho torojo ;
Chilaouet o galv truezus, int a laro d’ho kalon :
— « Dalc’hit, dalc’hit d’ar Brezoneg, mar karit c’hoaz ar Breton »
Tud karet diwar ar maeziou, c’houi, labourerien douar,
An darnvuian eus ma Bleuniou a zo d’ac’h-hu, c’houi hen goar,
Eveldoc’h am eus bet ive redet roz ha lanneier,
Ha ma Bleuniou — hen goût a ret — eo bleuniou ho parkeier…
Klaskerien-vara, tud izel ; micherourien, tud a boan,
Kavout a refet em Bleuniou evidoc’h meur a ziskân :
Eur bannac’hig tân en oaled a ra vad en-kreiz ar goanv,
Eur ban-heol a-dreuz d’ar prenestr a ro kennerz d’an den klanv !
Yaouankizou ma Breiz-Izel, yaouankizou evurus,
Dastumet buhan ma Bleuniou : evidoc’h int niverus ;
Kaset ganac’h a vriajou, deut goude c’hoaz war ho kiz,
Kanet dre-holl, dre-holl kanet… Bec’h d’ar Bleuniou Yaouankiz !
Kenvreudeur, leun a drugare, Barzed dispont Breiz-Vihan,
Devezour an eur diwean a ginnig d’ac’h freuz e boan ;
Evit e lod hen a zigas da di Breiz e ven dister,
Ra vo heuilhet e skouer gant kalz, ma savfomp eur c’hastell kaer.
Tarnijet eta, ma Bleuniou, tarnijet a-us da Vreiz,
Laket en kalon peb Breizad c’houez vad, levenez a-leiz !
Ra zeuio mibien an Arvor etrezê d’en em zikour,
Sed ar pez a c’houlen hepken diganac’h hoc’h oberour.
Ha mar tigouefe d’ac’h, Bleuniou, ober droug d’an disteran,
Pedet-han d’am digarezi : n’eus den didech er bed-man ;
Oh ! pedet-han, en han Doue, pa glevfet e vin maro,
Da skuilh war ma be eur beden, eur beden en giz Bleunio…
HANO AR BARZ
D’an Aotro Goasdoue, kure Gwengamp.
En tu-all d’ar mor pell a oa An heol a oa kuzet,
Hag en eun nosvez ar gaera Al loar a oa zavet ;
Moueziou klemmus ar c’haouennou En noz na glevjed ken,
Sioul ha didrouz dre an henchou E kerze an Awen [2].
Neuze war douar Lexobi Lez-hanvet Ar Yeodet,
Deus forz bale, ken dizoursi, Me a zo ’n em gavet ;
Redet am eus lannierou O klask lutined-noz,
Kannerezed ha spontailhou : Traou eus an amzer goz !
Skwiz da vad o redek, ha faez, Pa na gavis netra,
E teuis da Draez-ar-Werc’hez Goude da ziskwiza ;
An amzer oa brao, dous meurbed, Eun ezen ar floura,
En eur rei dudi d’am spered Re dam c’halon kana…
War ar mor braz, bannou al loar Deule o sklerijen
Pebez evurusted dispar ! En dro d’in na oa den…
Trouz al lanô war ar bili Re d’in trej ma zellou,
Ha mouez ar mor o hirvoudi Gleven ’barz an aochou…
Gwelet a ren trezek ar Bae Tour, gerrek Kinier-Bel
Ha dirak Kinier-Dost ive E welen Beg-Servel ;
Tostoc’h d’in c’hoaz Poull-ma-Dogan — Fentusât da hano ! —
Zelle ouz an Taro-Bihan Gant eun êr divalo…
Dirak ma zellou evurus, E welen er pellder
Sklerijen an tour-tân, lintrus, O hencha al levier ;
Ar môr en plegiou e zae wen, Gant al loar arc’hantet,
O tispak kant mil stereden
’N eur vont ha ’n eur donet…
Oan evelse eur pennad oa, Kollet ’barz ma sonjou,
Pa welis… N’ouveen petra O tont war ’r gwagennou…
Pell e oant c’hoaz, mes da welet E teuent war-zu d’in ;
— Daoust na petra ez int ?… Teuzed ! …Doue, penoz a rin ?
Tostât a rent, ya, ken founus Hag eul lestr war ar môr
Pa c’houe mat an avel nerzus En e weliou digor ;
Ma bleo war ma fenn a zave, Boemet oan gant ar spont,
Ma c’halon em c’hreiz a lampe, N’ouveen pelec’h mont…
— Henvel beo int eus skeudennou, Gwisket ez int en gwen ;
Marteze ez int zeblanchou ? …Gwall hir eo o banden ! —
Mes petra ’ta a welan-me, Kollet ’m eus ma spered ?
Gwir awalc’h eo, o ma Doue,
’Ve ar re-man Barzed ?
O ma Jezus ! netra wiroc’h ! O gwelet ran breman
Dirak ma daoulagad kaeroc’h Eget an dra gaeran ;
Holl en o dorn deo e talc’hont Eun delen alaouret,
Ha war o dremmou e tougont Liou an evurusted.
Digouezet ez int dirakon, En o zav int chomet ;
Mar n’am euz ken nemeur a aon, Gante on zouezet.
Sellet kalz a reont ouzin Hag oute me a zell…
Unan ane a dosta d’in, Hen ken kaer hag eun êl !
Elec’h unan, vel ar re-all, Hen a zoug diou delen,
Diou delennig ken koant hag all An eil evel eben ;
E zaoulagad a zo skedus, E zellou a zo dôn,
Gant e gomz gwirion, entanus E c’hone ma c’hallon :
— « Breizad, emezan, ’n eur sevel e vouez,
» Deut omp d’az kavout da Draez-ar-Werc’hez
» Deus an amzer goz ec’h omp ar Varzed
» Karout reomp c’hoaz bro ar Vretoned,
» Klevet hon deus bet dimeus hon be don
» Hekleo ar c’horn-boud en Breiz o tiston,
» Klevet on deuz bet dindan troad ar Gall
» Hon broïg Arvor o klemm vel gwechall !…
» Hag omp bet savet dimeus hon be yen
» Evit starda c’hoaz kerden hon Zelen…
» Siouaz ! ar maro kri ha didrue
» ’N eus war hon diou-yeuz laket eun alc’houe ;
» N’hallomp biken mui, en despet d’hon c’hoant,
» Ober d’hon Zelen kana têr ha drant !
» Kemer ’ta houman, breizad a galon,
» Gra d’ei zon bepred, dispont ha hep aon
» Evit da Zoue, ’vit da Vro garet,
» Ha dreist-holl evit da Yez binniget !
» D’ar gwir Vretoned argaset ’n o Bro,
» Digas breman sonj dimeus o zado,
» Lavar d’ê penoz Gouenn kaer ar C’helted
» N’an eo bet biskoaz gant ar Gall trec’het
» En anzav eo red, kri eo ar brezel,
» Krozal ra ar môr, krenv eo an avel…
» Mes kaer ’n eus al lestr bezan horjellet
» Derc’hel a ra penn d’ar môr kounaret…
» Ar roc’h a zo Gall, mes eur levier mad
» A zalc’h stard ar stur : bezan eo Breizad !
» Bezan eo Breizad, bezan ez eo Barz,
» E yez eo ar stur pehini a harz
» Al lestr dont da goll, da laret : Ar Vro.
» Holl o labourat en dro d’ezan zo
» Martoloded vad ha gwir Vretoned,
» Tud têr, a galon, tud a lealded !
» Gant an unvaniez, en despet d’ar Gall,
» Al lestr a gerzo daoust d’am amzer fall ;
» Bez eta dispont, labour ’vit da Vreiz,
» Goude gwall amzer ar mor a deuy reïz ;
» Dibab « eun hano », kân war da delen
» Vel ar Varzed koz : — Breiz da virviken ! »
P’en evoa da gomz ar Barz koz achu,
E kinnigas d’in an Delen dustu ;
Kemer ’ris anei, evurus meurbed,
Hag e laris : — N’am eus hano abed,
Hogen pa fell d’ach ouzoc’h me zento
Ha diwar vreman am o eun hano :
A-uz d’hon fennou a zo eur chapel,
Savet en enor d’ar Werc’hez santel,
Eur chapelig koant am eus kalz karet,
En pelec’h ive am eus bet pedet !
Gwechall bep mintin, bemnoz em farkou,
Arm sklintin he c’hloc’h dreist d’ar meneou,
Lake ma c’halon dalc’hmâd evurus
Pa zone ken drant vit an Angelus…
Enni d’ar Werc’hez, de ma Fask-kentan,
(Oh! kaerât de oa hennez, pa sonjan !)
Me a ris al lê d’He c’harout dalc’hmad
Ha da heuilh bepred evel eur Breizad,
Al lezen gristen, gwir lezen Doue
’N eur difenn ma Bro, ’n eur zouten ma Fe
Hano ar chapel ez eo : Ar Yeodet,
Hag an hano-ze a garfen kavet…
— « Ra vo groet, kenveur, eus da garante,
» Laras ar Varzed en eur vouez neuze,
» Harp eta bepred da Zoue, da Vro,
» Hon gwellan mennoz… Ha d’it : Kenavo! »
Evit ma Doue ha ma Bro ! E laris ive d’e…
Kerkent kerden o zelenno ’N eur dridal vouskane
Eur ganaouen ken dudius, Ken kaer ha ken tener,
Ma laren : amzer evurus, Perag out-te ken ber ?
Pa zistroïs ouz ar Varzed E oant holl arri pell,
O skeudennou skedus meurbed Deuze dirak ma zell ;
O gwelet ris c’hoaz eur pennad Henvel ouz eur wabren
Ha goude-ze ma daoulagad Na welas netra ken…
Glac’haret, rannet ma c’halon E tihunis neuze,
Hag a welis gant kalz eston Am oa groet eun hunvre ;
Daoust da gement-se koulskoude. En amzer da zonet,
Ma hano-Barz diwar hirie A vezo : Ar Yeodet
N’anveez ket Breiz ?
D’an Aotro ha d’an Itron Belbeoc’h, Landerne.
N’anveez ket er bed eur vro gaer ha dispar,
Henvel en pep stum eus Baradoz an douar ?
Eur vro en pehini e sav an heol lirzin,
War behini ive e kuz en eur c’hoarzin ? — Ar vro-ze eo ma Breiz-Izel, Hi a luskellas ma c’havel !
N’anveez ket eur vro a ro d’he bugale
Eur vagadurez yac’h ha levenez noz de,
En pehini n’an eus nemed evurusted,
En p’hini ar yec’hed a zo trec’h d’ar c’hlenved ? — Ar vro-ze eo ma Breiz-Izel, Hi eo ma mam, me he bugel !
N’anveez ket eur vro ha hi hanter gousket,
Kelc’hiet gand ar mor braz ha gantan luskellet ;
N’anveez ket anei gant he c’hoajou dôn, dôn,
En pere an avel a gan klemmus e zôn ? — Ar vro-ze eo ma Breiz-Izel, Hag hec’h ine mouez an avel !
N’anveez ket eur vro ’lec’h ma zo meneou
Uhel ha ken uhel ma stokont d’an oablou,
War bere aliez ’teu ar c’hrouadur kez
D’an em goll a-wechou en eun hunvredigez ? — Ar vro-ze eo ma Breiz-Izel, Outi n’eus bro abed henvel !
N’anveez ket eur vro ’lec’h ma zo prajeier
Karget a vleuniou kaer, a yeod med ha tener,
En pere hep paouez e hiboud ar wazig ?
En eur laret sklintin eur goant a bedennig ? — Ar vro-ze eo ma Breiz-Izel, Flour he hano evel ar mel !
N’anveez ket eur vro hag he deus — o burzud ! —
An dudiusan yez zo bet komzet gant tud ;
Eur yez eus ar c’hrenvan, trec’h d’an holl amzerio,
N’eo bet biskoaz mouget, na biken na vezo ? — Ar vro-ze eo ma Breiz-Izel, Ar Brezoneg eo he skoazel !
N’anveez ket eur vro, eur vro nerzus ha ter,
A stourmas a viskoaz eneb da bep gwasker ;
Eviti he mibien a skuilhas drant o gwad,
En eur youc’hal spontus : — War zao ! Argad, argad ! — Ar vro-ze eo ma Breiz-Izel, An em difenn stard er brezel !
N’anveez ket eur vro he deus zavet dinec’h,
Daoust e d’ar c’hantvejou, he fenn uhel d’an nec’h ;
Hag a lavar d’an holl : « — Ya, kentoc’h ar Maro
Eget ’n em vastari !… C’hoarzet neb a garo! » — Ar vro-ze eo ma Breiz-Izel, Eviti e fell d’in mervel !
N’anveez ket eur vro bet kanet en peb stum,
Gand an Delennourien dalc’hmad a rum-da-rum ;
Brudet en Hanter-Noz kenkoulz hag er C’hreiste,
Meulet ebarz ar Zav hag er C’huz-Heol ive ? — Ar vro-ze eo ma Breiz-Izel, He hano kaer war bep muzel !
N’anveez ket eur vro, elec’h ma zo Furnez
O ren ar Yaouankiz, o rei d’ei levenez ;
Elec’h mac’h a an holl laouen d’ar pardoniou,
Lec’h ma klever bemnoz soniou, kanaouennou ?
— Ar vro-ze eo ma Breiz-Izel, Enni eman ma Zurzunel !
N’anveez ket eur vro a zo bet lezhanvet,
Bro an touriou uhel, skanv ha dantelezet ;
Bro ar chapeliou koant hag elec’h ma weler
peb kroaz-hent distro eur Groaz, eur c’halvar kaer ? — Ar vro-ze eo ma Breiz-Izel, Ma Breiz karet taer gwech zantel !
N’anveez ket eur vro elec’h ma sav an derv,
Lec’h ma kerz peb hini, hep damant, gant e erv ;
Bro ar pennou-kaled hag ar c’halonou-dir,
A deul ditourm, hep aon : Eneb d’ar Bed ar Gwir ! — Ar vro-ze eo ma Breiz-Izel, He galvedigez zo uhel !
N’anveez ket eur vro ’lec’h ma chom an dudou
Da vevan evurus en sioulder ar maeziou ;
Lec’h ma kavont o be a damdost d’o c’havel,
Lec’h ma chomont dalc’hmad doujus d’an Aviel ? — Ar vro-ze eo ma Breiz-Izel, A vo er bed-all divarvel ?
Eun devez a Blijadur
Kinniget d’eur Vreizadez vad a vro Gerne
I
Evel daou vignon koz e oamp c’hoaz ’n em gavet,
Ha ken aliez gwech e c’hallemp ’n em welet
E vije plijadur… Nemed eun dra hepken :
An amzer a dec’he evel eul luc’heden.
Kaer hon dije mala, kas en dro hon laten,
N’hallemp ket en eun de dibuni hon c’huden ;
Laret ha hadlaret, lonka kalz hag ankouaz
En despet d’hon holl c’hoant, na laremp trawalc’h c’hoaz,
Evit gwir, daou vignon o deve da gonta
Eur bern bitellajou, traou na dalvont netra,
Hag o deus koulskoude o zam talvoudegez,
Mar na vefent laret en em gavfer diez ;
Rak n’eo ket, a dra zur, komzou lorc’hus ha kaer
Eo a zalc’h karante er c’halonou tener :
Ar galon na c’houll ken nemed eur sonj, eur zell,
Eur gomz vad lavaret gant furnez ha gant poell…
Dre-ze, etrezomp-ni, e oa gwir garante,
C’hoant unan ac’hanomp a oa c’hoant egile…
— N’a teus ket a sonj, Fanch ? — Ankouaet teus, Yannig ?
— N’ouvean kaer petra… Gortoz eur pennadig…
Hag evelse hon daou e redemp meneou,
O tiviz war hon Bro, war an dud, ar c’hiziou.
Pa gavemp eul lec’h koant, ha ni skwiz o redek,
Ec’h azeemp neuze euz koste eur garrek ;
Hon daoulagad batet, er pellder o c’hedal,
Aliez e chomemp, hep goût d’imp, da sonjal
A-wechou e troemp an eil ouz egile,
Hep na gredemp laret : — Petra zo a neve ?
— Kaerat ma ’z eo hon Breiz ! O dudiusat Bro !
— Mes na gav ket d’it, Fanch, ez eo poent mont en dro ?
Na glovez ket du-hont mouez koant ar mesaer ?
Ma fell dimpkaout hon c’hoan e vo red mont d’ar ger!…
— Gortoz eur pennad c’hoaz… Te, Yan, a zo bervet,
Chom eta da zellet ouz an oabl alaouret ;
Na glevez ket er bourk ar c’hloc’h o son ar c’hlaz ?
N’omp ket re diwead… Deomp da redek c’hoaz ;
Rak ma vemp re abred… Anveout a rez Mon…
Hi na vefe ket pell o kana d’imp eur zon !
Na vefomp ket biken o lonka hen zam koan,
Chom aman da redek c’hoaz en touez ar balan…
Ha pa davo ar brud dre ar vro tro war dro,
Pa gerzo an teuz-noz dre an henchou distro,
Neuze da Ger-Sioul, da dremen an nosvez,
Da welet Helena ec’h efomp, mar karez…
II
Dao, dao… — Piou zo aze ? — Daou reuzeudig koz, koz,
Kollet gante o hent ha diwead en noz…
An oabl a zo du, du ha karget a goumoul,
Sonjet hon deus hon daou skei war dor Ker-Sioul ;
Klevet hon deus laret e ve kavet en Breiz,
Dindan eun doën zoul, kalonou-aour a-leiz…
Hag ar Vreizadez vad a zigoras he dor :
— Ma zi a zo bepred evit Barzed Arvor ;
Allo, Fanch-an-Eubeul, zav d’ar penn uhelan,
Ha te, Yan-Dizoursi, kemer ar gador-man ;
Astennet ho tiou-c’har ha groet eur grazaden,
Pa vo tommet d’ho korf, ’refomp eur vlagaden…
— Doue, nag ez eo brao, dirak eun tantad tan,
Klevet er chiminal an avel o vouskan !
Nag ez eo dudius, diwar gorn an oaled,
Klevet er fornigel kanaouen ar skrilhed !
Evurus kant mil gwech an neb an eus toën,
Hag eun oaled tommet pa deu an amzer yen…
« Oh! tudou pinvidik, miret ’n ho tiegez,
» Enpad ar gouanv kaled, skabel ar bewien gez ;
» Groet ma teuïo ar paour d’azea warnezi,
» Bennoz ’n aotro Doue a gouezo war ho ti ! »
Neuze, evel gwechall, kontaden ha soniou
A ziruilh hep paouez dimeus sac’h-an-ardou ;
Tec’hel a rejont holl ken laouen, ken tener,
Ma krogas eur skrilhig da laret e bater…
III
— « Gwechall goz, emezan, gwechall pa oan bihan,
» Tadig koz Ker-Sioul dalc’hmad warlerc’h e goan,
» Azeet er gador, a lavare d’e dud :
» — Tostaet en dro d’in… Aman, braz ha munud !
» Hag e vouez krenerez, raouiet da vat ha skwiz,
» A gonte d’ê neuze e droïou yaouankiz ;
» An holl daoulagadou warnan vije troet,
» Gallout a ret sonjal na vije c’hoant kousket…
» Ken bravik e kontê, ma welec’h aliez
» Ar merc’hed o ouela gant teneridigez ;
» Hep sonjal, a-wechou, ar botred lavare :
» — Ar re-goz, evelkent, oa kanfarded ive !
» Ar potr koz a dalc’he hag e gontaden gaer
» Na baoueze morse nemed dre ar bater.
» Warlerc’h ar pedennou peb hini goude-ze,
» En e wele kloz, kloz a re meur a hunvre…
» Siouaz ! eme ar Skrilh, er bed n’eus ken a stur,
» An dud n’ouveont ken kemer o flijadur,
» Elec’h bezan zentus ha beva en o zi,
» Ar yaouankiz hirie a zo deut dizoursi…
» N’eus ken doujanz abed, n’eus ken furnez, na fe,
» Fall eo an dud yaouank… N’eo ket hep digare !
» Red mad eo d’e skampa evel traou-penfollet,
» Kaer a zo ober trouz, van abed na ve groet…
» — Pell araok ar c’huz-heol, gwechall eme o zud,
» Potr ha plac’h yaouank fura zistroe d’o c’hlud…
» — Gwechall, eme, gwechall… An dud koz a oa zod,
» Yaouank a renk frinkal… Bec’h d’ei ha tro d’ar rod !
« C’houi, kos radoterien, c’houi n’anveet netra…
» Kousket aze en peuc’h… Paouezet da gana,
» Hag an dudou koz, koz a renk zerri o goug,
» Petramant, hepdale, e lamper war o choug… »
IV
Ar Skrilh a roas peuc’h, ha, pleget hon fennou,
Ni a boueze hon daou furnez e genteliou…
— Gwir eo, Yan, eme Fanch, — Ya ’vat, Fanch, ma fotr kez.
Breman ez eo spontus bue an tiegez…
Ar mab eneb d’an tad, ar verc’h eneb d’ar vam ;
Den na c’houll mui zenti, nan an disteran tam ;
Ar mevel, ar vatez a zo ken rok ive,
Ma tigoue d’o mestrou daoulina dirake…
Kement-se n’eo ket mad ! Pep unan e vicher,
Petramant an dizurz a zo mestr, barz ar ger !
Tad, mam, mestr ha mestrez a dle gourc’hemenni,
Bugel, mevel, matez a zo groet da zenti…
— Mad, eme Helena, achu ho peus, potred,
Da glem ha da dermal, da drailha ho spered ?
Lezet aze ar Skrilh, zavet ho taou war gwrec’h,
Gant eur bannac’h jistr tom c’houi a vezo dinec’h…
Neuze ec’h ankouaomp ar Skrilh hag e gomzou,
Ar jistr tom a ra d’imp mouga hon zrubuilhou,
— Ma’ z eo gwir — n’haller nac’h — ez omp arri diroll,
An dizurz, koulskoude, n’eo ket ken gwaz dre-holl ;
Ha ma teurve Doue rei d’imp bue, yec’hed,
Hon Breiz a hadvevo, war lavar ar Varzed !
… Mes, hanter-noz a zon ! Poent eo monet en dro…
— Trugare, Helena, nosvez vad… Kenavo !
— Kenavo, Fanch ha Yan, Doue ha zent koz Breiz
D’o diwall ’barz an hent, da rei d’ac’h amzer reiz ;
Ar c’hentan ma c’hallfet distroet adarre…
— Oh ! nan, nan, evel kent ! Kenavo… Trugare !
V
— Al loar a bare splan er volz steredennet…
— Penoz, Yan, eme Fanch, mont rafemp da gousket ?
— Abredik ez eo c’hoaz… Gortozomp eur pennad,
Ni na vemp ket hon daou o vale bro dalc’hmad…
Oh ! gwellan da nosvez ! Perak ar Vretoned
O deus dilezet hent ar gwir evurusted ?
O Fanch, dre hon skridou, hon c’homzou, hon skoueriou,
Distroomp ane war wenojen o Zadou…
Greomp d’eze tanva, tanva ar garante
He deus hon Breiz-Izel evit he bugale ;
Touomp diwar vreman, en hano hon zent koz
Rei hon bue da Vreiz ha bemde, ha bemnoz !
… Div eur a oa zonet en iliz ar barrouz,
Al loar a oa kuzet, an noz a oa didrouz…
Hag hon daou, evurus, e tistrojomp d’hon zi,
Tremenet re vuhan hon devez a zudi…
— Oh ! pegoulz, lavar Yan, pegoulz e teui c’hoaz ?
Ken liez ma teuez hon plijadur ve braz ;
Deus kentan ma c’halli, rak ma zi, ma c’halon,
A vo dalc’hmad digor d’it, ma gwellan mignon !
Bevomp da virviken evit Doue, hon Bro,
Na fallgalonomp ket… Hon Breiz a hadvevo ! ! !
Hag en em gwitaomp… Mes eun devez ken mad,
A lez en hon c’halon eun envor hag a bad ;
C’houez vad an holl bleuniou, kan tener an evned,
N’int ket ken dudius hag hon evurusted,
Deveziou evelse n’oc’h ankouaer biken,
Int hepken eo a gont en buegez an den !
D’ac’h-hu, Breizadez vad, d’ac’h ar barzoneg-man,
Eur blijadur eo d’in kinnig d’ac’h anezan…
O kana dre du-ze, mar klevet eun Evnig,
Kaset d’ezan, mar plij, gourc’hemennou Yannig.
AR VLEUEN GENTAN
Ar gouanv oa tremenet, ar plac’hig a ouele,
Enpad pevar miz hir, staget war he gwele,
He devoa hirvoudet… Ha daoust d’am amzer vad,
He foaniou a greske, gwasoc’h e oa he stad :
Eun devez koulskoude, eur bân-heol, o dudi !
A gargas he c’halon a levenez, a spi…
— « O zav, eme he c’hoar, gant kan al lapoused
» Dalc’hmad d’an dudou klanv e tizro ar yec’hed…
» Deus ganin-me breman da vale ar maeziou,
» Marteze e kavfomp en tu pe du bleuniou ;
» Mar kavomp eur vleuen, eur vleuennig hepken,
» Ar c’hlenved a dec’ho… Bez seder, bez laouen ! »
Hag ar glanvourez paour, kasti, dinerz da vad,
Skoazellet gant he c’hoar, a ankoua eur pennad,
Hag ar c’hlenved garo, hag he foaniou kaled :
— « Oh ! ar yec’hed, emei, pebez evurusted ! »
Pep tra en dro d’ezi a zeblante laret :
— « Bez seder, bez laouen, ar gouanv zo tremenet ;
» Pa gân al lapoused gant an amzer-neve,
» An den n’hall ket mervel… Re vantrus e ve ze !
» Bez frealzet eta, hepdale ar glazur
» A wisko a-neve ar c’hoajou ken hudur ;
» Pa hadvev ar maeziou, pa ziwan ar bleuniou,
» Komzomp eus ar vue, ankouaomp an Ankou ! »
Goneet hep gout d’ei, ar glanvourez neuze,
Gant kalz a blijadur a hunvre er vue :
— « Mervel breman, emei, hep bezan bet bevet…
» Ar bleun na varvont ket hep bezan bet bleuniet ! »
Ha hi o vouskana, seder ive d’he zro,
A glask, a hed ar c’hleun, ar vleuen a denïo
Da laret d’ei eo gwir n’hall ket an den tec’hel
En kreiz e yaouankiz : beva araok mervel !
Kavet ez eo ganti ar vleuen e klaske,
Nag ez eo kuzet koant dindan ar yeod aze !
A boan eo c’hoaz digor… Eun daou pe dri devez
Ha hi a zispako evel eur rouanez…
Mar na vije pec’het he doa he c’hutuilhet,
C’hoant he deus d’he lezel ken ma vezo gwelet
Hag hen hi a c’hallo bleunia ha dispaka :
— « Mar teu d’ezi bleunia, me a c’hallo beva ! »
Diwar heuze ar plac’h a deue bep kreiste,
Da welet he bleuen gant kalz a garante ;
Herve sonj he c’halon he yec’hed oa ken striz.
Hag eur vleuen dister kuzet dindan ar gliz…
Eun devez, o glac’har ! ar vleuen ken tener,
Dindan eun nosvez-reo a gollas he c’haerder ,
An de warlerc’h ar plac’h he c’havas pulluc’het,
Outi na oa netra nemed deliou krazet…
Neuze ar glanvourez da sonjal a chomas,
War he diouchod koac’het daerou stank a ruilhas
« Ar vleuen zo marvet hep bezan bet bleuniet,
» Me ive a dec’ho hep bezan bet bevet… ! »
Eun amzer ar yenan warlerc’h an heol klouar,
A lakeas an erc’h da c’holo an douar ;
Ar plac’hig kez, mantret, a gouezas adarre,
Ar c’hlenved milliget a grogas didrue.
Da dri devez goude, henvel ouz he bleuen,
Hi a dec’has pell, pell eus hon zammig traouien,
Hec’h ine vel eur goulm ’nijas dreist d’an oablou,
A yeas da vleunia da liorz an Nenvou !
AL LEVRIOU KOZ
O levriou dispar, levriou dudius,
Nag ez hoc’h d’in-me kaer ha talvoudus Ha frealzus !
Na skwizan kamet o lenn, o furchal,
Ho folennou koz, melen ha tenval, Mes dishual.
C’houi, pa oan bugel, dinerz, hep skiant
A lake em c’hreiz poell ha diskamant Hep nec’hamant.
Ganac’h e tiskenn ar wir zantelez,
Skianchou ar bed, evel ar furnez, Al levenez !
Ganac’h e tiskenn karout pep tra vad :
Doue, E lezen, ma mam ha ma zad, Ma Bro ervad.
Ganac’h e welan dimeus ma bue,
Pennadou seder arri pell hirie, Siouaz, du-ze…
Dre-ze pa gouezan warnoc’h a greiz-holl,
C’houi ra d’am c’halon eur blijadur foll, Eur vad, eun digoll !
C’houi ’barz ma spered a zigas sonjou
Dimeus eun amzer leun a envoriou, A hunvreou…
Ped gwech, ouz o lenn, n’am eus ket kavet
Plijaduriou kent a zeblante marvet, Raktal bevet ?
Ped gwech ma-unan, warnoc’h daoubleget,
Am eus ma zrubuilh, ma foan, d’ac’h laret, Ha me mantret ?
Na ped gwech ive gant ho karante,
Ho peus frealzet, leun a drugare, D’in ma ine !
O levriou koz, koz, levriou poultrennet,
Oh ! perak eta e chomet kuzet, Hag ankouaet ?
Perak hirie e kemeret an tec’h
Dirak levriou louz a zav en peb lec’h ? — … D’e c’houi vo trec’h !
Oh ! zavet eta, zavet ho pennou,
Ennoc’h ’man ine, skoueriou hon Zadou, O c’henteliou…
Hon zud koz dre-hoc’h o deus bet furnez,
C’houi oa enoret en o ziegez Gant pep evez !
Pegoulz e teuy c’hoaz o ren kaer dre-holl,
Pegoulz e vougfet al levriou diroll, A laz an holl ?
Oh ! deut levriou koz, bue zent hon Breiz,
Bue hon Barzed, deut ha deut a-leiz, Bevet ’n hon c’hreiz !
Deut lutined-noz, deut kontadenno,
Deut tud a vrezel a garas hon Bro, Oh ! deut en dro !
Soniou ha gwerziou kanet a viskoaz
Gant hon C’hendadou… Traou fur ha dinoaz, Deut ha deut c’hoaz…
Bevet en hon Bro, bevet didamall,
Ma c’hallo ar Vad trec’hi war ar Fall, Evel gwechall !
Mes dreist da bep tra ha dreist d’ar Galleg,
O levriou koz, koz miret ho yez c’houek Ar Brezoneg !
Neuze ar Breizad a roïo bemnoz,
Enpad ar gouanv-bir e wellan bennoz D’ac’h, levriou koz !
BLAVEZ MAD
Ar bla koz a dremen hag a goue en ankoua,
Ha war e lerc’h e teu, renet gant an amzer,
Henvel ouz eur bugel en e gammed kenta, Ar bla neve, leun a breder…
Kerkent zo neventi dre-holl war an douar ;
Eur blavez deut ouspenn eus bue an den kez,
Hag eur bla da zonet a vir d’ezan, hep mar, Hag evurusted, hag enkrez…
Petra vo ar bugel a zo c’hoaz ken tener ?
Petra e tigaso a neve dre ar bed ?
Petra e lavaro dre ar maez hag en kêr ? Den, den na oar netra abed !
Dre ze an daou bried, eus kreiz o c’harante,
Lar an eil d’egile : — Blavez mad, blavez mad !
Hag ar vugaligou a bed ive Doue Evit o mam, evit o zad…
Ar mestr hag ar vestrez, holl dud an tiegez,
A gas a greiz kalon o gwellan mennoziou,
Ma vezo o bue karget a levenez Enpad kalz, kalz a vlaveziou…
Ar Pastor aketus en kenver e zenved,
— A anve ar vue ken finvus, ken marvel. —
A c’houll digant Doue, vit e barrouz bepred, Eur blavez kristen ha zantel !
An holl dud en eur gir, tud paour, tud pinvidik,
Bugale, tudou koz, tud yaouank a bep stad,
A ra, en de se, dre garante birvidik Hetou wirion a vlavez mad,
Ha c’hoaz daoust e da ze ar bla vo mad ha fall ;
Meur a wech eun devez a zigorro eur be…
Aliez a teuio eun dra pe unan all Da denvalât ar bla neve…
Aliez an daerou a ruilho puilh ha stank,
Rak an evurusted n’an eo ket eus ar bed !
Hent garo ar vue a chom distouf ha frank D’an drubuilh ha d’ar boan-spered.
Ar bla a vezo mad, pegwir an amzeriou
A ve dalc’hmad henvel an eil dimeus eben
N’an eo ket, a dra zur, n’eo ket ar blaveziou, An den dister eo a dremen !
Eur blavez mad eta d’an dud dre ar bed-man,
Eur blavez mad ha fur ha leun a drugare ;
Ha ’vit m’o devo nerz hon mennoziou gwellan : Eur blavez mad abeurz Doue !
Pardon ar Goz-Yeodet
Ma fenn a oa pounar ha ma spered tenval,
Ma-unan war ma roc’h ’oan chomet da sonjal…
Dirak ma daoulagad e tremene founus,
Ma bugaleaj aour, ma amzer evurus !
Gwelet o ren du-hont eur vro kwitaet pell zo,
Evel eun dra dec’het ha na deu ken en dro…
… A greiz-holl, o sonjal er vro dudius-se…
— O glac’har… Poan-galon ! An drived sul a vae !
An drived sul a vae… Pardon ar Goz-Yeodet !
Oh ! pardon binniget… Siouaz, n’az kwelin ket…
Perag ’ta, ma Doue, chom hualet aman,
Pa garan eur vro all gwelloc’h evit houman ?
Perak chom da vervel ebarz bro ar c’hoajou,
Pegwir e karan well ar môr hag e oachou,
Oh ! perag n’am eus ket diou-eskell gwennili,
Evit mont d’ho pardon, hirie Gwerc’hez Vari ?
Evit mont d’ho kwelet d’ar vro meurbed karet,
Elec’h ’man ho chapel, Itron ar Goz-Yeodet ?
.......................................................................
Burzud ! buhan e kerz an avel,
Mont a ran a-dreuz d’ar c’houmoul,
Dindan-on mene ha tour uhel,
Traouien, keriaden ha ti-zoul,
A dremen evel luc’hedennou…
A boan gwelet, kerkent kollet !
Nijal a ran war ar gwabrennou,
O Gwerchez, ech an d’ar Yeodet !
Setu Ploulec’h… Aman Kerninon,
Poul-Ankou, ar vilin-avel,
Breman e klevan sklintin o son
Mouezig ken drant kloc’h ar chapel ;
Biskoaz ken kaer-all — red eo laret —
N’am eus klevet moueziou kleier,
Gant mouez ar c’hloc’h ez on frealzet,
Ma spered a zo dibreder !
Doue ! Ar môr braz, frank ha divent,
O sailhat en bae Lanhuon…
O môr ! da welet ran evelkent,
Pebez dudi vit ma c’halon !
Setu ar Yeodet ! oh ! nag a dud,
O vont hag o tont hep paouez,
Bihan ha braz, holl a reont brud,
Holl ez int leun a levenez…
Mont a reont war-zu ar chapel,
Ha me d’o heuilh ive d’am zro…
Hola ! arri eo tudou Servel,
Ha Lanhuoniz, en bago ;
O moueziou a deu beteg aman ;
Bezant o deus evurusted :
Skanv mad e savont war-lê breman,
Ar yaouankiz a nij bepred !
Boutet, divoutet vel eur glaouer,
Troet aman, douget aze ;
N’an eus en dro d’in nemed traou gaer,
Siouaz ! n’hallan sellet oute…
Trouz ha safar ! Ar vugaligou.
Darn o ouela, darn o c’hoarzin,
Gante zonerez ha c’houitellou,
A vouzar ma diskouarn paour d’in !
Petra a neve ? Ar c’hloc’h o son
A zav e vouez sklintin ha drant…
Arri ez eo ar prozesion,
Gwelet a ran ar Groaz arc’hant ;
Oh ! nag eo kaer ! Pebez plijadur.
Da welet en dro d’ar chapel ;
Eur prozesion eo, a dra zur
Bravan tra zo en Breiz-Izel !
Banniel Sant-Per, warlec’h ar c’hroaziou,
Douget gant potred galloudus,
A dro hag a zistro e blegiou
Dindan an avel-vôr nerzus…
— Mad eo d’ac’h, potred, ma ’z eo krenv c’hoaz
Hag ho tiouc’har, hag ho tiouvrec’h,
Rak, me gred, pa dostafet d’ar Groaz
An avel a roïo d’ac’h bec’h !
Ar merc’hed gwisket eus ar bravan,
Leun a yec’hed hag a c’hened,
O tougen an Itron-Varia,
A deu ive vel gwerc’hezed ;
Evel ar botred o deus d’ober
Evit derc’hel ar bannielo,
O stourm ouz an avel emaint taêr…
Oh ! ar merc’hed zo divalo !
Setu al lestr braz, douget uhel,
War diouskoa ar vartoloded :
Ar re-man ez eo a Vreiz-Izel,
Ar gwellan eus ar Vretoned ?
O fe birvidik, o nerz-kalon
Ar gwad ter a zo en o c’hreiz,
A viro bepred ouz ar Zaozon
Da zont da walla hon bro Breiz !
War diou rengenn ar vugaligou,
Eledigou koant, evurus,
A gan drant d’ar Werc’hez kantikou,
Gant moueziou brao ha dudius ;
O c’han kaer gant flammou an tantad,
En kichen ar Groaz o tevi,
A zo d’an ine eur bleun c’houez vad,
Karget a zouster hag a spi…
Warlerc’h an tantad e teu neuze
Ar prozesion d’ar chapel,
Peb tra ’dizro en urz adarre
En despet da nerz an avel ;
Kaerat tol-lagad ! Vel evned-môr,
Dispak gante o diou-eskell,
Pe eul lestr gant e oueliou digor,
Eo ar bannielou eus a bell.....
Achu ez eo goueliou an Iliz,
— En hon Bro bepred da gentan, —
Krigi ra pardon ar yaouankiz,
Nag int seder dre ar vro-man !
Ar merc’hed yaouank hag ar botred,
Kazel-ouz-kazel o vale,
Laouen o c’halon hag o spered,
A zo evel bleuennou-mae…
Etreze komzou karantezus,
Zellou birvidik ha tener,
Vel eostigou ez int evurus,
Dinec’h, dizoursi ha seder ;
Ar yaouankiz, ô kaeran tensor !
Pa ve ganti gened, furnez ;
Madou an douar, madou ar mor
N’o deus ket he zalvoudegez !
Tostâd ra d’an noz ; war ar môr dôn
E tiskenn an heol entanet,
An holl zo tec’het eus ar pardon,
Ma-unan ec’h on er Yeodet…
Buhan d’ar chapel ; araok kwitâd
Eur beden d’ar Werc’hez santel :
— « Itron-ar-Yeodet, klevet ervad,
» Diwallit bepred ho pugel ! »
Ma Doue !… Petra zo ?… Setu me dihunet,
Ha diwar ma garrek war an douar ruilhet…
Oh ! nag ez eo c’houero bue ar paourkez den,
Netra ’med eun hunvre ma fardon na oa ken !
Siouaz, red eo kredi pa gomz ar wirione.....
Bet ez on er Yeodet enpad ma c’housk-kreiste ;
En avel eo nijet ma hunvre alaouret,
Gantan ez eo tec’het pardon ar Goz-Yeodet !
Kâvet ’m oa ma frankiz ha kollet ma hual,
Aman on adarre ma-unan o sonjal…
Bet am eus plijadur, kalz a evurusted :
Vad e ra d’eur c’hlanvour eur pennadig yec’hed !
Hunvre kaer ha dispar… O pardon binniget,
Bepred me da garo, da veulo… O Yeodet ! ! !
HUNVREDIGEZ
Diwean bannou kaer eun heol-hanv entanet
A ruzie ar c’houmoul hag an oabl binniget,
Hag a alaoure koant lein an touriou uhel,
Euz pere e tec’he mouez ar c’hleier zantel…
Warlerc’h an Anjelus ar maez a oa zioul,
Peuc’h padus a rene a-us d’an tier zoul ;
Hepken eun ezen flour a c’houee en deliou,
Hag a zigase d’imp trouz ar mor, en aochou,
Pe ive, a wechou, c’houez ar bleuniou balan,
Mesket gant re ar bruk, ar melchon hag al lan.
War ze hiboud ar waz o tremen en draouien,
A glevemp hep paouez, henvel ouz eur beden,
Ar gliz, en eur goueza, a zistane pep tra
Hag a roe d’ar bed nerz neve da veva…
An trouziou, ar zioulder lake hon c’halonou
D’ober sonjou dispar, dous evel hunvreou.
Hon ine dishual a zave dreist ar bed
Hag ac’h e da vale betek bro ar stered ;
Rak bezan oamp hon daou en kreiz eul liorzig,
Laouen ha dibreder, drant evel daou eostig ;
Biskoaz c’hoaz em bue n’am oa bet he gwelet,
Biskoaz en he c’hichen na oant en em gavet ;
Ha henoz, p’he gwelen, eno ken dudius
E chomen dilavar, seder hag evurus… !
Hi oa en he c’hoaze o tibab bleuniou kaer,
Gwech he daoulagad c’hlaz, leun ouz eur zell tener
A bare war ma re… Hag he mouez ’n eur grena,
A vouskane sklintin eun diskan ar c’hoanta ;
Oh ! neuze e chomen diraki da sonjal…
Da sonjal ! Ma Doue… kentoc’h da hunvreal !
Hi a oa evidon adalek an noz-ze
Turzunel ma c’halon, ma gwellan karante !
D’ei m’am ije kredet… Mes ma c’halon spontik.
Na lavare netra nemed komzou doanik…
Ha dirak he c’haerder, he c’hoantiri dispar,
C’hoantaen koulskoude laret d’ei : — Me da gar !
Rak, ma Doue, red eo en anzav, en laret,
Hini betek houman n’he doa ma goneet ;
D’ober he foltrezig e kollfen ma amzer
Ha na rafen, siouaz ! ’med labea paper ;
Na c’hallin birviken, o nan, nan, birviken
Laret da zen abed pegen koant he c’haven !
An amzer ’n he c’hichen a dremene buhan
Hag an noz a deue dizeblant ha distan :
- Poent eo breman, emei, distrei d’an diegez,
Eur c’huz-heol vel heman zo eun Hunvredigez…
Ya, eun hunvredigez…! E laren em c’halon,
Hunvredigez diou wech ez eo bet evidon…
Me garfe e teufe da vezan hepdale
Nan eun Hunvredigez, o nan : eur Wirione ! !
KAERDER AN NOZ
D’an Aotro Houerou-Kerizel, person Plistin.
I
En divez ho tevez araok mont da gousket,
’N eur c’hoat pe ’neul lannek n’hoc’h-hu biskoaz chomet,
En eul lec’hig distro, pell eus trouz ha safar,
Da hunvreal en noz ouz sklerijen al loar ?
Evidon, meur a wech, ’m eus bet ’n em ankouaet
Da zellet ouz kaerder an noz steredennet,
Da zellet ouz al loar, Rouanez an noziou,
O neuzial dudius ebarz bolz an Nenvou…
II
Pa sko war an douar he sklerijen liou kouar,
He bannou hir neuze a lak pep tra dispar ;
Dindanne pep traouien, kuzet gant eur voren,
A zeblant eur ster vraz pe eur gaer a blenen ;
Ha kriben pep mene dreist d’an holl blenennou
Zo vel eun enezen kollet kreiz ar moriou…
Abep tu d’in neuze n’an eus nemed dudi,
Kement tra a welan a zo d’in neventi…
Ar gwe braz ha sioul a zistag o skeuden
Reiz, reiz war an douar dindan ar sklerijen,
Hag en o deliou glaz vel a-dreuz d’o brankou,
Al loar, en eur c’hoari, a strink nerz he bannou ;
Ar re-man d’an douar a goue ken kaer ive
Ma kred d’an den bezan ebarz bro an Hunvre
III
Mes ma tec’h achane vit gwelet uheloc’h,
Us d’e zellou a zo eun daolen kalz kaeroc’h ;
Ar stered lugernus, hadet a villierou
A zo evel perlez en splanded an oablou ;
Trei, dizrei a reont, dalc’hmad ’maint o lintri.
Eun nerz a zo ennê hag a ra d’e birvi,
Ma zeblantont d’an dud bezan zellou skedus
An ele hag ar zent, a lavar evurus :
— « Entrezek an Nenvou zavet ho kalonou,
» Ha war zu ho Toue kaset ho pedennou ! »
IV
Evurusoc’h pell, pell vit an evurusan,
En e hunvredigez an den en em ankoua…
N’hallfe ket birviken laret ar blijadur
A zo en e galon, — hen, paourkez krouadur ! —
Pa glev en dro d’ezan eur vouez krenv ha tener :
Mouez vraz ar bed divent o veuli e Grouer !
Eur pennad d’he chilaou, hen a chom zebezet…
Ar vouez a zo ken kaer… Ganti eo goneet !
Ha, stouet d’an daoulin, e-unan gant Doue,
’N eur zellet d’an Nenvou, ganti lavar ive :
— O Doue-Galloudus ! Dirak ho labour gaer,
Ma c’halon, ma feden a zo o diou dister…
Mes n’am eus nemetê… Chilaouet ma mennad :
— Groet m’ Ho karin henoz, hag arc’hoaz, ha dalc’hmad !
Bez soudard, o Breizad !
O soudard yaouank o vont da gwitâd,
Me wel daerou puilh en ez taoulagad,
Perak ’ta gouela ha kavout glac’har ?
Da vicher zo kaer, uhel ha dispar… Sec’h da zaerou ha bez laouen, Ankoua peb kalonad, Kas pell diouit keun ha anken : Bez soudard, o Breizad !
Aboue ma teus sonj ha ma teus skiant,
Da dammig bue zo tremenet drant,
Dindan skoazel dous tud karantezus,
Bet en ez kenver kên madelezus… Arri da dro da vezan den, Hirie chilaou ervad Eus da Vam-Vro ar c’halvaden : Bez soudard, o Breizad !
Na chilaou biken an aliou fall
E rofe d’it tud diskiant ha dall ;
Laret a refont : — « Serviji ar vro…
Petra ez eo ze ? Eun dra divalo ! » An dud-ze a zo trubarded, Skornet ez eo o gwad ; Dirake zav da benn-kaled : Bez soudard, o Breizad !
En amzer gwechall — Sell eus an histor —
Ar Vretoned koz… Oh ! mir oc’h Envor !
N’o deus bet biskoaz lezet an trubard
Da waska ar Vro hep he difenn stard ; O disk gante harpa ar Gwir En pep lec’h ha dalc’hmad, Evelte ’z po eur galon dir… Bez soudard, o Breizad !
Ha te a c’hallfe gwelet hep krena,
Troad an ermeziad warnout o koueza ?
Ha te a garfe gwelet an estren
Oc’h ober warnout en ez pro lezen ? Kentoc’h evit se e rofez D’ezi da vannac’h gwad : — Ar Maro kent evit ar vez ! Bez soudard, o Breizad !
Da Vro a hirvoud, bezan he deus nec’h
Ezom braz he deus dimeus da ziouvrec’h ;
Daoust hag eur bugel a lezfe e vam,
Hep he zikour hag he difenn eun tam ? Na rafe ket! Ha ’vit ma vo Krenv ha welloc’h he stad, Gant kalon hen he difenno… Bez soudard, o Breizad !
Difenn da vro gaer evit ma c’hallo
Hada hep anken da dud o farko ;
Bez bepred dihun evel eur gedour,
Diwall anezi eus an enebour, Ma vo enni pinvidigez, Peuc’h padus hag urz vad, Ma vo laouen pep tiegez Bez soudard, o Breizad !
Breizad, bez soudard ! Bez den a galon,
Difourm er brezel, direbech, hep aon ;
Bez dalc’hmad doujus, leun a lealded,
Difenn ar Frankiz hep damant abed ; Harp an intanvez hep skoazel, Zikour an emzivad, Zouten pep mad, pep tra uhel, Bez soudard, o Breizad !
Ha ’vit ma c’halli vel da Gendadou,
Kerzet en hent eon ha heuilh o roudou,
Bez en peb amzer leun a vadelez,
Vit da genvreudeur eur skouer a Furnez ; Ha dreist peb tra, dalc’h sonj ive, Penoz eur breizad mad, Zo da gentan soudard Doue, Bez soudard, o Breizad !
AR C’HLANVOUR
Ware wele a boan, staget gant ar c’hlenved,
Ar c’hlanvour reuzeudik, kollet gantan ar spi,
O welet dirakan pep den leun a yec’hed,
Glac’haret e galon, a deu da hirvoudi…
C’hoant an eus da zevel, da stourm eneb d’e zroug,
Mes e zaoulagad dôn hag e ziouchod koac’het
A ra dezan klevet en e greiz eur vouez moug :
— O paourkez den, neuden da vue zo torret !
— Red vo neuze mervel ! emezan, ’n eur ouela,
Koulskoude me a glev an evned o kana,
Hag an neve-amzer war ar maeziou o ren… !
Hag ar c’hlanvour mantret, hadkouezet ’n e c’hourve
A c’houll ouz e Grouer yec’hed vit e ine,
Rag d’e gorf dinerzet bue na deuïo ken !
TROUZ AN EOST
En dremwel ar zav-heol, an oabl zo entanet,
An heol, bue ar bed, zo o vont da zevel,
Dirakan ar voren war an douar ledet A dec’h gant an avel…
War ar maeziou an dud a zo war zav abred,
An eost a c’hourc’hemen, outan eo red senti ;
En holl diegezou e poanier stard meurbed, Bec’h zo war bep hini !
Er parkou a glever moueziou ar vederien
Ha trouz skanv ar filzier o vont dre an ed sec’h ;
Zeblantout a reont bezan bepred laouen, Evurus ha dinec’h…
Araok ma ’z eo ar gliz tec’het diwar an ed,
Eo kroget ar c’hirri da sklokal en henchou ;
Mont a reont buhan ha buhanoc’h bepred, Stank e vo o zroïou,
Dreist da drouziou an de, a zeblant c’hoaz kousket,
Mouez drant an dornerez a yud en eur franval,
Ha skourje ar c’haser, us d’ar c’hezek savet, A glever o strakal !
Hag a greiz holl ive hekleo an traouiennou
A ve dihunet gant eun dornerez dre dân ;
Houman eo ar gwellan ’touez ar mekanikou, He labour zo buhan.
Ouz he c’hlevet an holl a chom gwall zouezet
— Henvel eo ouz an Diaoul ! e lavar ar re-goz ;
Enni e zo, marvad, ineou tud daonet… D’ei hon gwasan malloz !
Hag evel testeni dimeus o fenn-kaled
Ar re-goz a gemer ha c’hwistou, ha frailhou,
Ar re-man a ziston, a zistag sec’h meurbed War al leur, a daoliou.
An heol a zo uhel, trouz a zo tro war dro,
Dre-holl e poanier stard a gorf hag a galon ;
Na glever en pep lec’h nemed mekanikou O franval hag o son…
Gant nerz kaled an de an drouz a vihana,
An holl dornerezed eo goloet o mouez ;
Dre an domder bervet ar vrud a bounera, Pep trouz zo digompouez…
Dre ma tistan an heol ha ma tosta d’an noz
Ar vue a zeblant hadveva dre ar bed,
An drouz a zo reisoc’h dre al lann hag ar roz An eost a gerz bepred.
Ha goude ar c’huz-heol, war eul leur diwead,
E vo klevet trouziou an dudou o poanial ;
Ar c’hirri marteze a skloko eur pennad, Ha peuc’h a vo raktal…
Ar gliz war an douar pa vo tavet ar brud,
Gant an denvalijen a gouezo sioul ha stank,
Ha neuze, — poent e vo — e tiskwizo an dud, Braz, bihan, koz, yaouank.
Ar bed ive, d’e dro, a ziskwizo neuze ;
Warnan eun ezen flour a c’houeo gant dudi,
Hag a gano d’an den eur zon a garante, A levenez, a spi…
Ar maeziou gant miz eost da welet a zo koant,
Pep hini a labour evit e vara-goanv ;
Pep hini, daoust d’e boan, a zo seder ha drant, Rak eosti a zo skanv !
Bennoz ar Paour
Ouz an dud ezommek, o kemeromp true,
Harpomp ar gwall-eürus ha karomp ar bewien,
Gwelomp anê bepred vel izili Doue,
Digoromp hon c’halon, roomp d’ê aluzen !
Mar teu ar paour da glask, n’eo ket dre lorc’h, kredet,
Mar n’hen dije ezom n’astenfe ket e zorn ;
Roomp d’ezan seder, hen eo hon breur karet,
Torromp d’ezan e naon, goude hon do retorn
War vordig eun hent braz, zammet war e flaïou,
Brevet gant al labour ha gant an dienez,
Daoubleget gant an oad, goloet a zruilhou,
Eur paour koz a c’houlle aluzen eun devez.
Dirakan aotrone a dremene dinec’h,
Leun a binvidigez, gwisket vel rouane ;
O daoulagad faëus, zavet uhel d’an nec’h,
Na deurvezent disken war-zu ar baourente.
Int o deus a viskoaz bet leve, peadra,
Int o deus, hep poanial, bet bara goneet ;
Trubuilhou an den paour na ra d’eze netra,
Poaniou kri ar vue oute a zo kuzet…
— « An aluzen, mar plij ! e lavar an den koz,
» An aluzen, tud kez, eur gwennegig hepken !
» N’am eus ket debret tam, tam aboue dec’h da noz,
» True, en han Doue, true ouz ma anken ! »
Mes holl e tremenont, dizeblant ha digar,
Int n’o deus ket a naon… Penoz ’ta e c’hallfe
Bezan tud gwall-eürus, pewien war an douar ?
Hag e tec’hont pell, pell… an dud didrugare !
Hep tam fallgaloni — kustum eo ar bewien, —
An den koz a c’hortoz hag a glem ar pinvig :
— « An dud-se, emezan, o deus eur galon yen,
» Me garfe o gwelet eur pennad reuzeudig… »
Takennou dour neuze a ruilh war e ziouchod…
An amzer a zo fall, an ezom a greska ;
Ar madou a zo frank, mes bihan eo e lod,
Ha da dorri e naon n’ eus ket eun tam bara.
Kerkent eur c’hrouadur, laouen ha dibreder,
A deu gant an hent braz, a deu en eur gana.
Ar bugelig ken koant a zo beo ha seder,
Eus e zaoulagad glaz ar yec’hed a strinka…
Ar paour ouz e welet a zav warnan e zell ;
Hen ive a zo bet ken evurus gwechall…
Siouaz ! An amzer-ze a zo breman pell, pell,
Breman na chom gantan nemed deveziou fall.
Ar bugel, zavet mad, a vousc’hoarz ouz ar paour,
Ha gant eur vouez sklintin, mouez flour eun êl bihan :
— « Me n’on ket pinvidik, n’am eus arc’hant, nag aour,
« Me garfe koulskoude distana d’ac’h ho poan…
» Ho tilhad a zo skanv, an amzer a zo kri…
» Mar karet dont ganin da di ma mam, ma zad,
» Du-man c’houi a c’hallo tomma hoc’h izili,
» Eur bannac’hig tân sard a rei d’ac’h kalz a vad…
» N’ho peus ket riou hepken, naon ho peus, marteze ?
» Marvad aboue pell zo c’houi n’ho peus ket debret…
» Kemeret ma bara, me a gavo goude,
» Ra vo gantan ho naon eur pennadig torret ! »
— « Nan, nan, ma bugelig, na gredin ket kemer
» Digant da galon vad an tammig bara-ze ;
» Aluzen eur bugel, a dra zur, a zo kaer....
» …Eur rebech e ve d’in… Nan eta, trugare ! »
— « Oh ! kemeret, m’ho ped, ezom ho peus, m’hen gwel,
» Kemeret hep damant, bezan eo evidon
» Eun evurusted dreist, eur blijadur zantel,
» Rei d’ac’h ma zam bara… Kemeret ’ta, hep aon ! »
Digant ar c’hrouadur ar reuzeudig neuze,
A gemer ar bara hag a lar truezus :
— « D’it-te, kalonig aour, d’it mil bennoz Doue,
» Doue n’ankouao ket da zorn madelezus…
» Ra vezo binniget an tad hag ar vam vad,
» O deus stummet ennout eur galon ken kristen ;
» Trugare c’hoaz eta ; en distro ar c’hoziad
» A roïo d’it breman aluzen eur beden ! »
Ar bugel a dec’has sederoc’h vit biskoaz,
N’en doa c’hoaz tanveet kenkoulz evurusted ;
Ha bennoz ar paour koz d’e ine a roaz
Eul levenez tener ha dudius meurbed.
O tudou pinvidik, a ruilh war an danve,
Dirak ar bugel-man kemeret eta mez,
Bezet mad en kenver dienez, paourente,
Pa eneb d’ac’h eun de Lazar ’zavo e vouez !
Skeuden ar vuegez
Da Fanch Kenec’hdu, « Huelvar ».
Pell dimeus ti ma zud, en bro dom ar C’hreiste,
War eul lestr a vrezel en em welchomp eun de Goude eun nebeud blaveziou ;
Diwar neuze bepred bep beure ha bemnoz,
E vijemp hon daouïg evel mignoned koz O konta hon zammou troïou.
Dalc’hmad vijemp seder, dalc’hmad vijemp laouen,
N’anavezemp kamet na trubuilh, nag anken, Beva a remp evurus braz…
Hon c’halonou dinec’h ha drant evel evned
A gane hep paouez ha dudius meurbed, Ar martolod hag ar mor glaz.
Pa goueze ar zerr-noz enpad an deïou-hanv,
Pa c’houee en dro d’imp eun ezen flour ha skanv, E pignemp war ar wern uhel ;
Ha neuze, luskellet gant trouz ar gwagennou,
Kollet etre ar môr ha bolz kaer an Nenvou, E hunvreemp d’hon Breiz-Izel…
Oh! ya meur a bennad a dremenemp eno,
O sonjal gant dudi en devez an distro, Pe c’hoaz o konta goustadik
Hag o laret hon daou dirak ar mor divent,
E oa beo en hon c’hreiz, ken beo ha diagent Karante dener eun dousik !
Siouaz ! eur c’hlenved kri a greiz holl a deuas,
Ha war eur gwele-poan didrue am stagas, Neuze kenavo levenez !
Ma mignon a ouele, hag araok ma c’hwitâd :
— « Hepdale, emezan, en em gavi yac’h mad, D’ez kwelet ec’h in aliez… »
Aliez e teuche, emezan, d’am gwelet…
Eiz zun a dremenas ha hen na deuas ket ! Ma c’hlenved a gouezas neuze ;
Hag e tizroïs c’hoaz dinerzet ha kasti,
Seder, rak em c’halon me a vire ar spi Da gaout ma mignon adarre.
A boan am oa laket ma zreid war al lestrig,
E c’houlennis dustu : — Pelec’h eman Yannig, Ma mignon koz, ma mignon mad ?
— Yannik, oa d’in laret, a zo tec’het pell zo,
Tec’het ez eo aboue eur seiz zun pe war dro, Hag hen evurus o kwitâd…
Yannig a oa tec’het…! Ma-unan a chomen !
Eviden ar vue a oa goullou ha yen, Karget a c’hlac’har, a boaniou !
En dro d’in an holl draou a zeblante maro ;
Digouezet miziou-du, an amzeriou garo, War ma diouchod ’ruillhas daerou…
Ma daerou a ruilhe stank ha kri, ha poanius,
Hag em spered sonjou a dremene founus : Gwasan dishenvelidigez !
Seiz pe eiz zun a boan a oa bet tremenet,
Hag hon evurusted en keit-se oa tec’het, Nag eo dister ar vuegez !
Karante Doue
Da vignon ma Fask-kentan.
Savet gant tud zantel ’n eun tiegez kristen,
Aboue ma oas bugel te gare ar beden ;
War varlen eur vam vad te az poa bet disket
Meuli hano Jezus, hini e Vam garet.
Da blijadur vije en ez oad teneran
Klevet komz ouz Doue ha pedi Anezan…
Abred en ez kalon e save karante,
Naz poa ’med eun hunvre : karout, karout Doue !
Dimeus madou ar bed te a oa dizeblant,
Dre ma kreske d’an oad kreske ive da c’hoant,
Da welet o tostâd an devez ar c’haeran
Teus bet war an douar : devez da Bask-kentan !
An de-se, sonj am eus — n’ankouaïn birviken ! —
Ma Fask-kentan ive am oa groet ’n ez kichen,
Te az poa d’ar Werc’hez gwestlet, ha hep dizro,
Da ine, da galon, da vue war an dro…
Kaer hen deus bet goude Satan da enebi,
Kollet an eus e boan : bugel oas da Vari !
Bugel oas d’ar Werc’hez, rak Hi gant levenez,
Zigemeras d’al lê evel eur Rouanez,
Kement a blijadur reas-se d’he c’halon,
Ma kinnigas d’He mab da garante wirion ;
Ma roas da Jezus, evit e vrasan gloar,
Kalon glan he bugel vel eur vleuen dispar !
Adalek an de-se plijaduriou ar bed
Dirak da zaoulagad na oant nemed moged
A ziavez Doue te wele skler ha reiz
Na oa nemed gevier, displijadur a-leiz…
Gout mad a res penoz an den war ar bed-man
Oa krouet gant Doue vit karout Anezan !
Eur zoursi ken kristen en ez kalon dener
Entane ac’hanout bepred vit da Salver ;
Mouez Jezus da c’halve evel mouez eur mignon,
Bezan beleg Jezus e oa c’hoant da galon…
Kerzet gant an Hini a oa, en gwirione,
Ar Vadelez, ar Gwir, an Hent hag ar Vue !
Daoist e d’ez karante oas c’hoaz ’barz an anken,
Na gaves ket reiz awalc’h da hent, da sklerijen…
Neuze eur vam garet, a teus gouelet kement,
Vidout bedas Doue, ma roje d’it da hent ;
Hag ar c’hras a-hent-all oe ive ken dalc’hus,
Ma larjout hep damant : — D’ac’h on, o ma Jezus !
Hep marc’hata pelloc’h ec’h ejout d’ar c’hloerdi,
Lec’h tremenjout d’amzer er beden, er studi…
Eno, evel eun êl, te a oa evurus
O c’hortoz, an devez ma vijez da Jezus ;
Sed hirie digouezet an de ken gortozet :
Beleg out da Jezus… Jezus ra vo meulet !!
Belegout da Zoue ! Laouen, hep keun, seder,
E kwitaez ar bed vit bezan d’ez Salver ;
Pell zo oas o c’hortoz, hirvoudi ’res bemde,
Hirie eo deut da wir hunvre kaer da vue…
Karout, karout Doue ha gonit ineou
A vezo da loden betek fin da zeiou !
Kaerât de, o mignon, ez eo heman d’it-te,
Na gavi ken eun de ken kaer en ez pue !
Ar zent hag an êle a gân gant levenez
En eur veuli Jezus hag e vam, ar Werc’hez ;
— Bezan vo beleien daoust d’an amzer direiz :
Ar beleg eo bepred zikour ha skoazel Breiz !
Kaerât devez d’ez mam, hirie ’barz an Nenvou,
Gwelet a rez anei ebarz kreiz ar joaïou
O laret da Vari gant teneridigez !
— « D’ac’h ha d’ho mab, Jezus, eo ma bugel, Gwerc’hez,
» D’ac’h am oa hen gwestlet pa oan war an douar,
» Beleg eo da Jezus… Ma joa a zo dispar ! »
Kaerât devez ive d’ez tad en e gozni,
Vitan an devez-man a zo leun a zudi…
Boet ’n eus eur beleg da Zoue gant e boan
Ha Doue hen paeo kant gwech evit unan !
Evurusât devez d’ez preur, d’ez c’hoarezed,
En eur gir, devez kaer d’ez kerent, mignoned…
Holl en dro d’it o deus en em vodet hirie,
Na ra ’med eur galon da hini gant o re ;
Pedi reont Doue evit ma teurvezo
Rei d’e veleg yaouank nerz-kalon ha graso,
Ma c’honeo d’Ezan an danvad dianket,
Ha ma lako ar peuc’h er galon drubuilhet…
— O Jezus, hon Salver, chilaouet hon feden :
Roet bepred skoazel ha harp d’Ho peleien ;
Mar teufe da c’houea eun avel fall warne
Ni holl o difenno gant eur wir garante…
Ha goude eur vue leun a boan, a zaerou,
Groet mac’h efomp gante d’Ho meuli d’an Nenvou !
Ar zoudard kristen
D’am zad, zoudard Pi IX.
I
En despet d’o galloud, d’o nerz, zoken d’o fe,
Trec’het gant an niver, ar Re-Wenn a golle !
.......................................................................
An de-se an emgann oe bet kri ha garo ;
Yudal a re an dir, ouz e heuilh ar Maro !
Ar Re-Wenn, gant kalon, hep sellet ouz o foan,
An em zifenne stard eneb d’ar c’helc’h a dân
En pehini e oant tapet kreiz an argad,
Eus pehini, siouaz ! en despet d’ar stourmad,
N’hallchont biken tec’hel… Ar C’hlazed a oa Mestr !
Ar Chouaned trec’het na oant mui digabestr…
Lorc’hus eus o gonid, ar C’hlazed a bep tu
A lake an holl draou en tân hag el ludu ;
Vel eur blijadur gaer en kreiz o bue fall,
An tan en eun ti zoul a re d’eze tridal !
Mes, en kreiz ar joa vraz, gant eur C’houan tizet,
Aliez d’an douar eur Glaz goueze lazet…
Neuze an dud fallakr a lare d’ar Re-Wenn ;
— « Gwad ar C’hlazed maro a bouezo war ho penn ! »
Hag evel testeni dimeus o lavariou,
Stankoc’h war ar Re-Wenn e tiruilhe taoliou ;
Ar re-man a gerze didrouz ha dilavar,
Karget o c’halonou a anken, a c’hlac’har,
Ha, dirak o farkou, gwechall labouret mad,
Dirak an henchou dôn, lec’h ma ruilhas o gwad,
E choment da sonjal… Rak douar o zud koz
Dindan troad ar gwasker a deule e valloz !
Holl o dije karet… Mes, siouaz, o diouvrec’h
A oa breman dinerz : d’an estren oa an trec’h !
II
Kerzet a rent bepred, p’ en em gavchont neuze
En eul lec’hig koant, koant, hanvet Bas-Briacé ;
Eul lec’h eus ar bravan, kollet touez ar bleuniou,
Elec’h na oa gwechall nemed plijaduriou…
Alaz ! aboue m’eo deut amzer ar gasoni,
An ti bihan didrouz ’n eus kollet e zudi…
Dirak al lec’hig koant kalon unan a dom,
Rak en ti distro-ze eman e dud o chom ;
Hennez eo ti e dad, ennan ez eo ganet !
Hag en e ziabarz elec’h ma ’z int kuzet,
Eman e vam, e c’hoar, e wreg, e vugel…
Aze ’man e vue hag hen a renk mervel !
Teneret e galon e tistank da ouelan,
Hag ar C’hlazed kerkent da wapad anezan :
— « Sell-hi, ar galon yar… Sell hi ’ta o ouela…
» Abenn eur pennadig refomp d’ezi kana… ! »
III
Bale rent evelse gant eur galon vantret,
Pa laras ar mestr gall : « Halte ! » pe gentoc’h… Chomet !
En kichen eur c’hroaz-hent, groet gant diou wenojen,
E oa eur groazig koat, zavet war eun dosen :
— « Ripoch, eme ar mestr, m’a teus c’hoant da veva,
En eur distrei dimeus an den oa o ouela…
— Ripoch, laras ar mestr, en eur skrignal e zent,
An tammig koat brein-ze a stouf diouimp an hent,
C’hoant e teus d’hen diskar ha, vel ’m eus laret d’it
Az pezo da vue, n’eo ket stard da c’honit ! »
— « Diskar ar Groaz zantel ! ’me Ripoch, me kristen ! »
— « Ya te ! eme ar mestr, p’eo me a c’hourc’hemen ! »
— « Ha goude ? » — « Ha goude ? O chouan, bez dinec’h ! »
Ripoch a zellas ouz kerden moan e ziouvrec’h…
E zaouarn a oa stag, ken ma n’halle finval,
— « Lar ya, eme ar mestr, hag e vi dishual !
Hag evel eur Chouan, kalonek e poani,
Sell, gant ar vouc’hal-man, kerz, ha hep damanti ! »
Ar C’hlazed hen boute gant beg o fusuliou :
— « Kerz ’ta ! Na welez ket ti koant da Gendadou,
Zo du-hont alaouret gant an heol-ru o kuz,
Pelloc’h da barkeier, lec’h oas ken evuruz…
— « Kerz ’ta hag e vevi, petramant ar maro
A lako eun termen d’ez kreden divalo ! »
Ar Chouaned, d’o zro, lare d’o c’henvroad :
— « Biskoaz eur wir gristen n’an eo bet renead…
Na vez ket eur Judaz, Ripoch, bugel Doue,
Diwall dre eun torfed da zaoni da ine !
Betek hirie e teus difennet mad da Vro, Bez kristen ha zoudard beteg eûr da varo ! ! »
… Den na lare netra… Ripoch a oa nec’het…
Sevel reas e benn vel eun den dihunet :
— « Lemmet d’in ma c’herden, roet d’in ar vouc’hal,
Ma ’z an breman zouden didrue da boanial… »
Ar Re-Wenn o ouela : — « 0 Jezus, ma Doue,
Kemeret dioutan ha diouimp-ni true !
Kalz ane d’an daoulin a stoue da bedi :
— True evit hon breur… True, Gwerc’hez Vari ! »
Ripoch, hep ober vân, entanet e lagad,
A zell dimeus ar Groaz hag a zailh ouz he zroad ;
Ar vouc’hal ’n e zorn deo, e gein harpet er Groaz :
— « Kroaz santel ! emezan, deut aman, potred c’hlaz ! »
— « Kroaz santel ! e lavar ar Chouaned kerkent,
Kalon, kalon, Ripoch, gra d’e skrignal o dent ! »
Ar C’hlazed ’n em zelle, estlammet braz meurbed,
— « Deut ’ta, eme Ripoch, deut eta, lamponed ! »
Hag an daou-c’hant tra louz, dalc’het gant nerz eun den,
A deu, en eur yudal, da stourm ouz ar c’hristen,
Dont reont niverus, Ripoch a zo spontus :
E zaoulagad deul tân, e vrec’h a zo nerzus…
Skei e ra war an dro taoliou stank, ken pounar,
Ma laka ar re-all da skrijal gant kounar !
Unan eneb daou-c’hant, ar fe deu d’hen zouten
Ha korfou ar C’hlazed a choulou an dachen :
Pemb, dek, pemzek den lazet, beuzet en o gwad,
Na glaskont ken na Gwenn, na Chouaned gwapad !
Ar C’hlazed a dosta ’n eur zerri o banden :
Bezan ez eo diez dont abenn eus eun den !
Kaer o deus holl yudal, evel ar chas klanvet,
Ripoch a sko bepred, mui-ouz-mui kounaret…
Siouaz ! daoust e d’ar c’hoant, nerz eun den zo dister,
Ma renk Ripoch plega, e vue a vo ker…
O krena gant ar vez, ar C’hlazed milliget
A zailh war ar zoudard : Ripoch a zo trec’het !
Daou-ugent den fallakr henvel beo ouz diaoulien,
A lavar da Ripoch : — « ’N em difenn ’ta, kristen ! »
Hag an taoliou stank, stank a goue evel grisilh
War an den reuzeudik, chomet c’hoaz a dribilh
Ouz ar Groaz vinniget an eus bet difennet,
Ouz ar Groaz a garo ken ma vezo lazet…
— Lazet eo !… E ziouvrec’h belek eur e varo
A zifennas ar Fe en eur zifenn ar Vro !
E gorf paour d’an douar, dinerzet a ruilhas,
Ha dindan o zeuliou, ar C’hlazed hen flastras…
IV
Neuze dre gounar goue, ive dre gasoni,
Pa na oa den abed da zifenn anezi,
En tammou ar C’hlazed a lakeas ar Groaz
En eur douâd Doue gwasoc’h evit biskoaz ;
Hag araok achui — O tud leun a grizder !
E skochent an tammou war gorf paour ar merzer…
Goude e oe laket ’barz an hevelep be,
Korf ar zoudard kristen, gwir zifennour ar Fe,
Ha koat ar groaz santel, an evoa ken karet,
Kerzomp war e roudou… Ripoch, o bez meulet ! !
MENNOZIOU-EURED
D’am mignon Y.-M. Boulanger ha d’e zousig
Maria-ar-Barzic, Ploulec’h.
N’an eus ket c’hoaz gwall pell e klevis eur c’helo
Hag a lake seder an holl dud dre ar vro ;
Diou galonig tener ha karget a furnez,
Diou galonig yaouank a dlee hepdale, Dre ar briedelez Skoulma o c’harante.
Klevet am oa ouspenn na oa ket gwelet c’hoaz
Eun dimezi kenkoulz en bro abed biskoaz ;
An daou bried a oa skouer ar yaouankizou,
Ar vue a vije d’eze o daou laouen, Groet oa o c’halonou An eil evit eben !
En gwirione, peb tra a deu, dre eur burzud,
Da harpa en peb stum lavariou mad an dud :
Adalek Keraloaz beteg bourk koant Ploulec’h,
Ar bed he deus gwisket he mantell ar c’haeran, Hag an evned, d’an nec’h, A gân eus o gwellan…
Ar bleun er prajeier, ezen flour ar maeziou,
An heol sard ha lirzin o sevel en oablou ;
Eur rum gant o c’houez vad, eben skanv ha yac’hus,
Egile dre e dân, a laront en eur vouez : O bezet evurus Enpad ho puegez !
Ha kleier ar barrouz, nag a oant hirie drant,
Int o deus bet sonet evit ho Padeziant !
Ha p’ho kwelent ho taou o tont ’barz an iliz,
E vrallent sederoc’h ouz lein o zour uhel, ’N eur rei d’ac’h, en o giz, O mennoziou santel.
Me gred ive Zent Breiz kenkoulz hag ho tud koz,
A dlec mousc’hoarzin ouz lein ar Baradoz,
Ha teul war an douar eur zell a drugare ;
Ho karante dener ’re d’e evurusted, Ha, hep mar, int ive A zo deut d’an eured !
Pewien, tud pinvidik, kerent ha mignoned,
O deus holl dilezet o labouriou kaled,
Vit dont da zigas d’ac’h : ar re baour eur beden,
Ar re-all eul loden dimeus o c’halonou, Pe c’hoaz eur c’hoarzaden Gant o gourc’hemennou.
Dirak an holl draou-ze, me ive am oa c’hoant
Da gana ho tudi… Mes pebez nec’hamant…
Rak aon da vad am eus da denvalât ar gouel ;
Penoz e c’hallin-me lavaret d’ac’h netra ? Ma mouez zo re izel, Na ra nemed krena…
Ah ! perak n’am eus ket da vouezig drant, eostik,
Pa ganez hed an noz er c’hoat don ha sioulik ?
Oh ! neuze am bije kemeret ma Zelen,
Ha kanet warnezi dirak ar Vretoned, Eur gaer a ganaouen, Evidoc’h, daou bried.
Plijadur kalz ho peus, ha levenez hirie,
Ha petra a virfe ? Dleet eo, ma Doue !
Dalc’hmad ho peus renet eur vue ar gwellan,
Bet ez eo gant an holl ho yaouankiz meulet ; Sed ho furnez breman Paeet ha kurunet !
Ya, da furnez, mignon, a zo tremen paeet
Gant ar vleuen ken kaer e teus bet dibabet ;
Eur vleuennig ken koant, kutuilhet en draouien,
Traouien ken dudius dimeus hon Breiz-Izel ; Hi zo eur berlezen… Hi eo da durzunel !
Kâd e teus, nan hepken enni eun durzunel,
Pell welloc’h, eur wreg krenv, gwreg krenv an Auiel !
En tu-hont d’he gened, pehini zo dispar,
He deus eur galon aour, tenzor a vadelez, Hi vo war an douar Elig da diegez !
Petra e larfen d’ei breman diwar da benn ?
Kalz am eus da laret mar larfen penn-da-benn
Da vue mad hag… Mes, anveet out ganti !
Dre-ze na chomin ket re bell da gaozeal, Hag ec’h an d’achui Buhan, hep hunvreal…
Ganit hi he deus bet eun den euz ar reisan,
Mad dreist ar re wellan, fur dreist ar re furan !
Da spered a zo eon, da galon zo kristen,
Ganit hi he devo bepred evurusted : Rag eur c’hristen hepken A zo eur gwir bried !
En tu-hont da ze c’hoaz hi zo seder da vad,
Bezan ez out ouspenn eur poanier, eur Breizad ;
Eur Breizad… Penn-kaled pa fell difenn ar Gwir !
Ganit hi a dreuzo hep spont môr ar vue… Rag ar c’halonou dir Na vent ket kâd bemde !
D’ac’h ho taou, mignoned, d’ac’h ma gourc’hemennou,
Ra vo hent ho pue goloei a vleuniou ;
Ha mar teufe Doue, eus kreiz e garante,
Da zigas en ho ti kalz a evnedigou, Ra vefont holl neuze Henvel ouz o zudou…
Bevet eta seder, ha pa deuï ar Maro
Da hencha ac’hanoc’h en trezek ho kwir Vro,
Ra zeuï d’ho tigemer en porched an Nenvou,
Holl Zent koz Breiz-Izel hag ho kerent karet ; Setu ar mennoziou A gas d’ac’h Ar Yeodet.
Marivonig
Naontek vla he devoa ; na koant, na divalo,
Eun tam êr da blijout ha hi laket faro ;
N’he c’hoarze ken buhan, eur bân a garante…
A lintre en e zell a wechou, koulskoude…
Pa digoueze d’ezi ober eur zell ouzin,
He seblante laret : Na te a blijfe d’in !
Me, dimeus eun tu-all, a oa Yan diberc’henn,
Sonj abed da zimei na oa deut c’hoaz em fenn ;
N’am oa ket kennebeud na dousig, na mestrez,
Ma c’halon a verve gant teneridigez…
Ha ma c’hoant ar brasan, gallout a ret kredi,
Oa kaout eur galon all henvel ouz ma hini.
Ebarz eun eured kaer en em welchemp eta,
Eno ec’h anveïs anezi da genta ;
Hi he dije karet, me kement all ive,
Bezan en em gavet an eil tal egile ;
Mes eun dimezel all a zigouezas ganin,
Ouz tôl Marivonig a oa a damdost d’in…
Nag a daoliou-lagad enpad ar pred neuze,
Nag a dezen fentus etrezomp, ma Doue !
Tezen, taoliou-lagad skoet a-dreuz, a hed,
Hep na sonjer ouspenn pa ver ’barz eun eured ;
Hag a-wechou ive ar c’homzou goustadik
Vijet malet ganimp stank, stank ha munudik…
Ar yaouankizou-all a c’hoarze dre zindan :
— Daoust na petra c’hoarve etre Monig ha Yan ?
— Me gred, eme unan, e vo c’hoaz eureujou…
— Ya potr, eme eun all… Fristi hag ebatou ! —
Hag an holl da c’hoarzin ; ni na laremp netra,
Int a c’hoarze bepred… Hi, hi, hi… Ha, ha, ha !
Pa deuas fin ar pred, hep sonjal en neb droug,
Me, beteg ti he zud, ’ris da Vonig ambroug,
Dindan ar c’helve glaz ha dre an henchou dôn,
Hep lavaret eur gir, e tride hon c’halon…
Hi doanik eun nebeud, me abaf eun tammig :
— Nag eo brao an amzer, nekwir Marivonig !
Neuze he daoulagad a bare war ma re,
Hag e teuemp hon daou ken mud all adarre ;
N’eo ket hon doa damant o lavaret komzou,
Karout eo a remp kalz sioulder, peuc’h ar maeziou ;
Hag etre diou galon eun taol-lagad tener,
A lavar kalz hirroc’h eget komzou kaer, kaer…
Evelse an amzer ganimp a dremenas,
Ha goude an eured peb hini a dec’has,
Hadet gantan, hep mar, en kalon egile
Envoriou talvoudus hag a vleunias goude ;
Evel eur beajour war an hent poultrennet,
Pa chom faez en e zav war e lerc’h da zellet,
Marivonig ha me, ya meur a wech, marvad,
A zistroas ive war deveziou ken mad…
N’eo ket ar garante, mes eun draïg henvel,
Hekleo eur gomz karet, chomet warlerc’h ar gouel,
Eun digare-all c’hoaz, an dra-man, an dra-ze,
A grouas etrezomp eur zeblant karante ;
Hag ar c’hartennou koant, eun daou pe dri lizer,
Kaset n’ouzon penoz vit tremen an amzer,
A reas d’imp kredi e oamp hon daou galvet
Da vezan eun devez marteze unanet…
— Da vezan unanet !… Biskoaz c’hoaz, ma Doue,
N’am oa sonjet ervad, na pouezet kement-se ;
Lezet am oa ma fenn da heuilh e froudennou,
Petra eo eul lizer etre yaoukizou ?
Siouaz ! Marivonig he doa kredet ervad,
Ha dilezel he sonj, gwasan da galonad !
Perak eta kana yaouankiz, karante,
Pa na ver ket en zell da zimezi goude ?
Koulskoude, ma Doue, c’hoaz eur wech sonj abed
Da zimei d’ar plac’hig na oa deut em spered ;
Ha n’hallen ket ive, hep bezan digalon,
Lezel anei re bell da hunvreal ennon.
Seulvui en deus padet, seul diesoc’h e ve
Lakât eun den yaouank da ankouas eun hunvre ;
Ha na chome ganin nemed eun dra d’ober :
Laret ar wirione hep damant, ber ha ber,
Setu me gwall nec’het… — Penoz, Gwerc’hez Vari,
Ha dre petore penn laret eun dra ken kri ?
Eur c’hêlo ken poanius a vruzunche, hep mar,
Hag a ranche kalon Monig gant ar glac’har ;
Chom hirroc’h da c’hortoz a oa kreski ar boan,
Pa zo eun dra d’ober e fell ober buhan.
Hag eun devez neuze e klaskis kalz a dro
Evit espern d’ezi hirvoud, keun ha daero :
Rak ar c’haletan tra evidon er bed-ma
Ez eo bezan kiriek d’unan all da ouela…
Siouaz ! kaer am oa bet lakât kalz a evez,
Klask eur bern digare, sonjal peb tra gant pouez ;
Kaer am oa bet skriva : — Na oamp ket gant Doue,
Herve ma sonj, galvet d’unani hon bue…
Evel eun taol-kurun ar c’hêlo a frailhas
Kalon Marivonig… — Ar plac’h d’in a skrivas :
— « Gant eur galon vantret, Yannig, ma mignon ker,
» E teuan da respont, da respont d’ho lizer…
» Ar c’hêlo a zo deut ken disonj ha ken kri,
» Nan, nan, ze n’eo ket gwir… Nan, n’hallan ket kredi !
» O ma Doue, perak n’eo ket deut ar maro,
» Evit n’am ije ket klevet eur seurt kêlo !
» Marvad, o Yannig ker, ho peus kavet eun all
» Hag a garet welloc’h… O bezet didamall ;
» Ouzoc’h n’am eus ket droug, nan, pell braz ac’hane,
» Evidoc’h, en eneb, me a bedo Doue,
» Me a bedo Doue m’ho po evurusted,
» Rak me, birviken ken, na gavin joaüsted !
» Pa ’z eo breman kouezet ma hunvreou karet,
» Ma plijadur ive a zo gante kollet ;
» P’eo tec’het ar bân-heol a deulas eun deves
» Em ine evurus tomder ha levenez,
» Ya, p’eo nijet breman na garan netra mui,
» Hag ar Maro hepken a c’hall ma frealzi…
» C’hoaz eur gir diwean… Oh ! me ho ped, Yannig,
» Dalc’hit bepred envor dimeus Marivonig ! »
Dimeus Marivonig mirit bepred envor…
Hag a-dreuz meneou, du-hont, war ribl ar môr,
Me wele eur goulmig, mantret gant ar glac’har,
O hirvoudi poanius war eun dilez digar ;
Me gleve he c’hlemmou… D’he foan e oan kiriek,
Ha, glac’haret d’am zro, me a ouelas dourek…
Forz pegeït e vevin, evel m’he doa laret,
Me sonjo, meur a wech en Monig ankeniet…
.................................................................................
Ha d’ac’h, tudou yaouank, e roïn eur gentel :
Kent skoulma ho kalon, eostig ha turzunel,
Bezet ar vadelez d’en em sonjal ervad
Kwit da gavout goude poan-spered, kalonad ;
Mar na ve karante etrezoc’h, me ho ped,
Na sklabeet komzou nag a-dreuz, nag a hed ;
En eun eured eo brao hada joa, levenez,
Mes kredet ac’hanon, mar zo eun dra diez,
Ez eo sec’ha daerou eur galon zorc’hennet,
Zorc’hennet gant eur sonj, pe eun hunvre karet…
AR MIGNON
D’Alfred Lajat « Mab-an-Argoat ».
Pebez tra frealzus, kavout eur gwir vignon,
Unan-all hag a zo eun eil c’houi-hoc’h-unan ;
Unan an eus ganac’h eun hevelep kalon,
En pehini, dinec’h, e tizammet ho poan…
Ar mignon ’vit an den a zo evel eun tad
Pe c’hoaz evel eur vam, dalc’hmad leun a zouster ;
Bezan an eus bepred aliou fur ha mad,
A goue evel ar gliz ouz e galon dener…
Poan ho peus, pe enkrez ? Ho mignon ’n eus glac’har
Bezan hoc’h evuruz ? E joa a zo dispar…
Karout e ra trubuilh ar pinvig hag ar paour !
Siouaz ! Ar gwir vignon a zo hirie tano,
Mar hon deus unan mad… oh ! meulomp e hano,
E garante zo d’imp talvoudusoc’h vit aour !
Mouez eun Delen
D’am mignon yaouank « Roc’hlann ».
Eun noz war ma garrek e oan o tiskwizan,
Dinec’h hag evurus, vel ma ven peurvuian…
Sonjal a ren en Breiz hag en amzeriou gaer
Ma oa enni an holl digabestr, dibreder ;
Ma rene en pep lec’h ar peuc’h, al levenez,
Ar giziou mad ha fur hag ar gwir zantelez ;
Ha sonj an amzer-ze, tec’het vel eun hunvre,
A re d’in hirvoudi war stad ma Bro hirie…
Gwechall goz, emeon, e save ar Varzed
Evit difenn dalc’hmad Hermin ar Vretoned.
Pa felle d’ar Gall brein pe d’ar Zaozon treitour
Gwaska douar Arvor… Kerkent, vel eur gedour,
Vije gwelet peb Barz o krigi ’n e delen,
Hag o teurel dre-holl garm skiltr ar Stourmaden.
D’e vouez krenv ha nerzus ar Breizad a zave,
Hag ar Gall, hag ar Zaoz eus ar vro a dec’he…
Perak ive hirie na glever en hon Bro,
Pa ’z omp ken gwall-gaset, korn-boud ar brezello ?
Pegeit, o ma Doue, e vo c’hoaz Breiz-Izel,
Gwasket ha mastaret gant an estren diboel ?
Daoust hag en hon amzer n’eus ken ar memeus gwad
O virvi birvidik en kalon ar Breizad ?
Daoust hag aliou fur hon Barzed koz karet,
Vefe ganimp hirie dilezet, ankouaet ?
Ha mar ’man c’hoaz ennomp tân sakr o c’harante,
Perak na zav dre-holl Barzed ter eveltê ?
Ma hadkemero Breiz, gant he frankiz gwechall,
He nerz hag he brazder en touez ar poblou-all…
Setu ar sonjou kri ’deue war ma spered,
P’am eus klevet zouden eur vouez kaer, kaer meurbed
O tiston dudius war lein ar meneou,
Hag o tihun dre-holl hekleo braz ar c’hoajou…
Dre ma tride ganti ha lannek, ha traouien,
Am eus hec’h anveet evit mouez eun delen ;
Gwech he sone dispar, tener, karantezus,
Gwech he c’hleven ive evel eur galv skiltrus,
Ha ganti, tro ha tro, ma c’halon ’barz ma c’hreiz
A zave d’an Nenvou pe a zailhe vit Breiz !
— Mes da biou c’hall bezan an delen drant ha ter,
A zon ken frealzus war douar Kalanher ?
Piou gant e vizied a denn ouz he c’herden,
Ar beden galonek a glevan o tremen ?
Piou… ? — Mes te, o Roc’hlann, te ez eo ar Barz-ze,
Ha mouez kaer da delen eo a glevan du-ze…
Entanet on ganti, rak he c’hân zo kristen
Evel m’ eo ar bugel a chach war he c’herden…
Oh ! bez kristen eta, rak eur Barz n’an eo krenv
Nemed dre an ere ’zalc’h anezan d’an Nenv !
War ar vein-hir pell zo ez eo savet ar Groaz,
Ha dre ar Fe hepken ar Barz a vezo braz !
Gwenklan, ar Barz pagan, a zo eur skouer vad-tre,
Mes pell welloc’h ez eo Sant Weltaz, Sant Herve…
Heuilh bepred o roudou, mir ive an Envor
Dimeus ar garante o doa holl vit Arvor !
An hano-barz, mignon, a teus bet dibabet
A zo talvoudus dreist ; eveltan n’an eus ket ! Roc’hlann ! — Roc’h vel eur roch te a chomo dalc’hmad
Stard, stard en ez kreden, en kreden ar Breizad !
O Barz ! evit da Vreiz te a vezo garrek
Soun ha nerzus ’n ez sav evit ar Brezonek !
Ha gant aon na deufe trubarded d’az gwallan,
Teus laket d’ez tiwall eur gouriz ar gwellan ; Lann ! — En dro d’it al lann gant pikou lem ha hir,
A rei eur gward enor, evel klezeier dir ;
Eneb d’eur seurt difenn netra na dalvezo,
Hag en despet d’an holl, da delen a gano !
Klevet e vo he mouez a dra zur, o mignon,
Tra ma kani warni gant fe grenv da galon,
Karante ar Werc’hez, da vam dous ha tener,
Ha hini da Zoue, da Grouer, da Zalver !
Klevet e vo he mouez gant ar gwir Vretoned,
A hirvoud c’hoaz hirie dindan ar C’hallaoued ;
Laret a refont holl, goneet evit mad :
— « N’an eo bet ar Breizad biskoaz trubard d’e wad,
Da vouez an telennou… War zao ! evit hon Bro, Keit m’ he devo Barzed, Breiz-Izel na varvo ! »
KROAZ-AL-LANNEK
A-damdost da Bempoull, war douar Pleranek,
Dirak ar môr divent hag en kreiz eul lannek,
Pell ouz pep krouadur, tost d’an holl koulskoude,
Hec’h unan a-us da chapelig koant Perroz, Eno, war ar mene, E kaver eur Groaz koz.
Laket ez eo eno gant fe ar merdead,
Da vezan evitan eun difennourez vad,
Da diwall e lestrig eus an amzer garo,
Da frealzi ive e wreg, e vugale, Ma kavfont en distro Levenez a neve.
Ouz he zroad azeet, na kaeran da daolen
A zispaka neuze dirak lagad an den !
Dirakan, tro war dro, hirran ma c’hall gwelet,
Ar mor ken dudius a zeblant er pellder, Ouz an oabl unanet Gant e zae c’hlaz ha kaer.
Ouspenn dudi al lec’h, ar Groaz a zo brudet,
Daoust e ma ’z eo distro, hi zo darempredet ;
Oh ! nag a bedennou he c’hallfe disrenvel,
Pedennou truezus mesket gant an daerou, Daerou gwreg ha bugel, Poaniet o c’halonou…
Rak aman eo e teu da ze ar c’himiad kri,
Gwreg kez ar martolod, mantret, da hirvoudi ;
Beteg aman e teu, e teu da welet c’hoaz
Al lestr a gas gantan, du-hont d’ar moriou yen, A gas gantan, siouaz ! He fried paour, he den…
Aman hec’h-unanig hag ouz ar Groaz harpet,
Tra ma vezo gwelet hi na gwitao ket,
Ha ken ma vo kuzet evit mad en dremwel,
War al lestrig dister he lagad a baro… Pa vo kollet ar wel, He daerou a ruilho !
Neuze d’ar Groaz karet e vo laret ar boan,
Enpad eiz mizez hir nag a nec’h, nag a doan !
Ped ha ped evelti a zo bet deut aman
Da rei, hep gouzout d’ê, d’ar bried a dec’he, Ar c’himiad diwezan, Rak hen na zistroe… !
Piou a laro d’ezi na vo ket he doare,
Evel kalz a re-all ken poanius marteze ?
Ha na deuï ket eun de ar môr-ze en kounar
Da lonka gant al lestr ar vartoloded kez, En eur hada glac’har En he zi, intanvez ?
Setu perak bemde, da c’hortoz an distro,
Ouz troad Kroaz al Lannek aman hi a deuïo,
Nan da glask al lestrig, mes da laret d’ar mor
Bezan madelezus ha digas c’hoaz d’ar ger, Martolod an Arvor, Ar paourkez pesketer…
Ha dre eur beden gaer, eur beden kalonek.
— Peden gwreg martolod, pa ouel dourek, dourek —
Ar plac’h a c’houlenno digant Mestr braz pep tra,
Rei enpad an-amzer da listri bihan Breiz,
Gant eur môr ar gwella, Eun ezen flour ha reiz.
Ha da goulz an distro, pa deuïo miziou-du,
Pa gouezo an deliou, pa nijfont a bep tu,
En kichen ar Groaz koz, aliesoc’h neuze
E vo kavet ar plac’h — gedourez aketus — O furchal adarre An dremwel koumoulus…
Mar tigouez er pellder d’eun dra bennak para,
War an tol en he c’heiz he c’halon a lampa…
— « Ya, ya, setu ar wern… Anveet eo ganin !
» Deus buhan, deus buhan… Oh ! deus eta, lestrig, Digas ma fried d’in, Digas d’in ma Yannig ! »
Siouaz ! ma teu d’ar vro pep lestr nemed unan,
Ya, ma tizroont holl nemed hini he Yan,
E ve gwelet ar plac’h o vonet ankeniet
Hec’h-unan d’al lannek en eur guz he glac’har : — He den n’eo ket kollet… Distrei a reï, hep mar !
Na c’houllo ket kredi d’an neventi spontus,
O nan, n’hall ket bezan breman ken gwall-eürus ;
P’eman ar gwrage all en kreiz al levenez,
P’o deus holl hadkavet ar gwir evurusted, Hi a vo intanvez, Dilezet dre ar bed !
Ha koulskoude perak, perak c’hoantât en nac’h ?
Beuzet eo he fried en Island, paourkez plac’h ;
Na dalvezo ket d’ei hen gortoz el lannek…
… Skrivet e vo breman hano an dianket, En bered Pleranek En touez ar « Re-gollet ! »
Ha goude, d’ar zerr-noz, hi a deuïo bepred
Da welet c’hoaz ar Groaz, Kroaz an Intanvezed ;
Ha pa vo o tremen, an holl dud a laro,
O welet anezi hag en du, penn-da-benn, E vo groet, barz ar vro Eun intanvez ouspenn…
Eun intanvez ouspenn !… Hirvoud, anken, daero,
Stouet ouz troad ar Groaz, ar wreg paour a bedo…
Rak en kreiz an drubuilh, ar boan hag an enkrez,
Ar Groaz a-zo evit ar galon glac’haret, Eur gwir Frealzerez… — Deut d’ei, tudou mantret !
DOUE…
N’an eus Doue abed ! e lavar an dud fall,
Doue a oa mad-tre d’ar gwrac’hed koz gwechall…
Mes da dud a skiant, da dud eveldomp-ni,
Doue n’an eo netra, na dalv ket hen pedi !
Penoz en eun amzer ken kaer hag hon c’hantved,
Komz d’imp a zoueou… ? Ar gwir evurusted
Ez eo bepred beva en kreiz ar blijadur,
Herve ar vue frank hag ar vue distur !
Hag evelse an holl a dremen o bue :
Bugale, tud yaouank ha tudou koz ive,
Pell, pell dimeus Doue ebarz an dizurzo…
...............................................................................
An hunvre a achu ; pep tra ’n eus e amzer ;
Dirak falc’h an Ankou eo kouezet ar gevier :
Doue a ve klasket pa dosta d’ar Maro !
AR VILIN GOUEZET
Pell dimeus trouz ar bed, en eun draouien goant, goant,
Elec’h veve he zud sioul, seder ha drant,
’M eus gwelet relegou eur vilin bet gwechall
Brudet ebarz ar vro… Pell zo ez eo kouezet ; Hag an tremener dall Van outi na ra ket…
Nag a dra koulskoude d’an den ve o furchal,
Larfe ar mogeriou ma c’hallfent kaozeal.....
Nag a evurusted n’ o deus ket bet kuzet !
En tiegezou plouz kollet en traouiennou, Ar peuc’h a zo karet Dreist d’an holl drubuilhou.
Poaniet braz ma c’halon on tostaet outi,
Rak daoust e d’hec’h ankoua en dro d’ei zo dudi :
A bep tu lanneier, bec’hiet a vleun melen
A skanva d’al lec’hig zamm pounar e zilez
Hag eur waz o tremen A vouskan hep paouez...
Holl vein ar vilin baour, en he c’hreiz bern war vern,
A zo breman kuzet gant an drez hag ar spern ;
Na weler en o fez nemed eur men-mala
Chomet en e c’hourve kichen toull ar rod vraz, Ha moger an toull-ma, Goloet a ill glaz.
Eun tam pelloc’h ar stank, sec’h evel eul lannek,
A ro eur peuri treut d’ar saout ha d’ar c’hezek ;
Kollet he deus pell zo ha pâl, ha ruzelen…
Van eus en dro d’ezi nemed eur ween fô, Lec’h klever an ezen O vouda a daolio…
Kement tra a welan a ra d’in hunvreal ;
Hag ar wazig drant drant, a glevan o ruilhal,
Ha mouez skanv an avel o kana er foên ;
O diou en em spered a digasont sonjou, Sonjesonnou laouen, Hag ive hirvoudou…
Nag e oa dous beva ’n eul lec’h ken dudius,
Eus eur vue guzet, eur vue evurus !
Siouaz ! hirie an de hon milinou dister
Zo barnet da vervel, lazet gant ar re vraz, Hag ar Barz-miliner Gant se a zo a waz !
Rak hon milinerien oa gwechall, peurvuian,
Barzed pe ganerien eus ar re vrudetan ;
Perc’henn ar vilin-man oa ive, marteze,
Brudet braz evel Barz pe c’hoaz evel kaner, Hag e zoniou bemde Lake ar vro seder.
Marteze eo e vouez a glevan er foën,
E vouez pe, piou a oar ? Mouez klemmus e delen,
A deu c’hoaz da gana en dro d’ar vilin goz
Evit klask al lec’hiou he deus karet gwechall, Ha dont enpad an noz, Hed an de d’o diwall…
Pa gwitean al lec’h an ezen zo krenvoc’h,
Hag ar wazig vihan a hiboud sklintinoc’h !
Zeblantout a reont laret d’in en eur vouez :
— Trugare, trugare ! — Ma c’halon frealzet A lar d’e aliez : — M’ ho kar, treo dilezet !
Ar gwerziou, ar zoniou a zeblante maro,
Na gleved trouz abed oute ken en hon Bro, Dilezet e oant gant an holl ;
Gante hon yez brudet, enoret a viskoaz
Enpad ar c’hantvejou, oa ankouaet, siouaz, Ha war ar poent da vont da goll…
Dre hon maeziou kousket, ar Vretoned koz, koz,
Daoubleget gant an oad, a c’houlle : — « Daoust ha noz » E vefe d’ar yez brezonek ?
» Daoust ha rok hon maro ha ni na welfemp ket
» Hadsevel c’hoaz en Breiz ar Brezoneg karet, » Yez an dud vad ha kalonek ? »
Darn anê, ô glac’har ! mantret gant an anken,
A hirvoude noz de er c’hoat hag en draouien, ’N eur skuilh daerou war stad o Bro…
Ha truezus larent da gern ar meneou :
— « N’hall birviken mervel Spered hon C’hendadou, » Barzed neve, zavet d’ho tro ! »
Int holl, gwall c’hlac’haret war doare Breiz-lzel,
A ouele evelse d’he yez kaer ha zantel, Ar maro kri en o ine…
Pa glevchont o sevel en dro d’e eur vouez krenv,
A zihune hekleo an douar hag an nenv : — Beva rei ho yez adarre !
Beva rei adarre yez karet ar C’helted,
Trugare ha bennoz da Groaz ar Vretoned ! A zo zavet, ken lugernus,
Da rei bue d’ho Pro ha da skuilh warnezi,
Gant eur bannac’h heol-hanv, ar garante, ar spi Hag ar giziou koz ha yac’hus…
Kerkent hag ar c’hêlo, an dudou frealzet
A gane evurus : — Hon bue zo hirret… Hon yez a vevo a-neve !
Zevel a rent o fenn en eur drugarekât
An Doue-Galloudus a deue da lakât, Warlerc’h an noz du, ar beure !
Gant Kroaz ar Vretoned peb breizad kalonek
A wel hirie o ren ar c’hiziou brezonek, Ha gante an evurusted !
En pep tiad kristen an dud, ar vugale
A lenn ar Groazig koant gant kalz a garante, Rag hi eo « Kroaz ar Vretoned » !
Ar gelaouen dispar a vale war an dro,
War roudou zent koz Breiz : evit Doue, ar Vro — Eno ’man he zalvoudegez ! —
Enni pep gwir Vreizad a gav e blijadur,
Evel pep den yaouank aliou mad ha fur ; Hi a had dre-holl madelez !
Ganti ar c’hoziad paour, arri tost, tost d’e ve,
O klevet he gwerziou, a drid c’hoaz e ine, Hag a sonj en e yaouankiz…
Gant he zoniou fentus an dud yaouank seder
A gav ive dudi d’o c’halonou, tener Evel ar bleun karget a c’hliz…
O kroazig ar gwellan, kerz war araok bepred,
Evit mad Breiz-Izel, evit ar Vretoned, Pegwir out krouet evit Breiz ;
Zav da benn ha hep aon, ma c’halli eun devez
Bezan eun êl a beuc’h ebarz pep tiegez Ha lakât ennan joa a-leiz !
Setu pez a sonjan henoz dirak ma zân, [3]
Hag en eur hunvreal e teuan da vouskan D’ar Groaz karet ha d’e Rener :
— Blavez mad ! Blavez mad ! Ha kalz a lennerien
Evit ma chomo Breiz eur vro fur ha kristen, Leun a zantelez, a gaerder ! !
————
Malloz an Anaon
Kinniget da gement laer Anaon a zo ’barz ar Vro.
Ar c’hlaz a zo tavet… Trouz abed dre ar vro,
Netra ken na drubuilh Spered ar Re-Varo…
Breman e c’hallont holl — evel m’ eman ar c’hiz —-
Dont da glask aluzen digant o c’henvroïz,
Hadsevel adarre eus donder o be yen,
Ha goulen truezus : eur beden, eur beden !
Siouaz ! elec’h kwitât, elec’h mont da vale,
E chomont er vered… Petra zo a neve ?
....................................................................................
Eun ezennig flour, flour a dremen er gwe braz,
Hag a zo henvel-beo ouz mouez klemmus ar c’hlaz ;
An ezen tam ha tam a zo deut da greski,
Zeblantout ra bezan mouez tud o tamanti…
Mouez tud o tamanti… Ya, mouez ar Re-Varo,
O sevel eus o be : henoz eman o zro !
Nag eo trist ha poanius !… Laret vefe klemmou,
Troc’het gant an anken, mouget gant an daerou…
— O bediz didrue, deut eta, me ho ped,
Dihunet eur pennad ha deut holl d’ar vered,
Deut da chilaou, mar plij, glac’har an Anaon,
Mar n’hoc’h ket c’hoaz yenet, e ranno ho kalon…
— « Malloz ! eme eur vouez, krenvoc’h vit ar re-all,
» Ra vezo milliget al laeron, an dud fall !
» Ra vezo da viken disprizet o hano,
» Int a chomo dalc’hmad mez o zud hag o Bro…
» … War ma gwele-maro, me am oa, emezi,
» Roet d’ar veleien peadra da bedi…
» Gant iliz ma farrouz am oa lezet leve,
» Ma vije, war ma lerc’h, pedet gant ma ine ;
» Laret am oa d’am zud, daoulinet en dro d’in :
» — Me ya dirak Doue… Oh ! bezet sonj ouzin !
» N’eus nemed ar beden, hag ar beden hepken…
» Oh ! pedet evidon… N’am dilezet biken !
» Ha ma dorn a zinas neuze eun donezon
» E roïs d’an Iliz evit an Anaon…
» Enpad eur pennadig freuz an oferennou,
» Evel eul louzou mad a dorre d’am foaniou ;
« Mes, siouaz, a greiz-holl… Ine paour dilezet !
« Dinerz dirak Doue, ma foan a oa kresket…
» Sunveziou a deue an eil warlerc’h eben
» Hep na goueze warnon gliz vad eun oferen…
» Ha me da hirvoudi, gwasoc’h evit biskoaz :
» — Pelec’h ez eo chomet an dud-se am c’haraz ?
» Ha, koulskoude du-hont pa oan ’vont da dremen,
» Holl a lavarent d’in : — N’hoc’h ankouafomp biken !
» … Pelec’h ez int chomet ?… Kerent, en han Doue,
» Eur bedennig, mar plij… Mar plij, bezet true !
» Kaer am oa damanti, oferen abed mui,
» Ar gwasan, ma Doue, oam bezo ken hini…
» Roet am oa leve, ma leve zo laeret,
» Hag evit ma ine na vezo ken pedet !
» Rag eun dornad tud fall, milliget, digalon,
» O deus, dre gasoni, laeret an Anaon…
» … Oh ! pebez tol fallakr ha pebez tra spontus,
» Laerez eun den maro zo eun torfed heuzus !
» Nac’h dimeus eun den beo e vad, e beadra,
» Kement-se zo grevus ; koulskoude n’eo netra ;
» Rag eun den en bue, da vihanan a c’hall,
» Zoken a doliou-baz stourm eneb an dud fall !
» Kichen eun den maro n’an eus ken a c’halloud,
» N’an eus ken evitan nemed poan ha hirvoud…
» Oh ! bezet milliget…! Laeron braz an Iliz,
» Hon moueziou eneb d’ac’h a zavo en peb giz !
» Klask a red digare… — Gouarnamant abed
» N’an eus gallet, en ven, flastra al Lealded !
» Klask a red lezennou… — Na barner, na lezen,
» N’o deus laret biskoaz kemer mad an estren !
» Kaer en do an nerz-goue ober d’ar Gwir plega,
» Ar Gwir a chomo Gwir… N’hallfet ket en mouga !
» Hirie ez omp laeret… Arc’hoaz ni a drec’ho,
» Doue a zo d’imp test hag a glev hon c’hlemmo !
» Na dec’het ket eta, tud lorc’hus ha diboell,
» Gant ar madou laeret, n’hallfet ket mont a bell…
» Rag dre-holl, kaer ho po, dre-holl, bemnoz, bemde,
» Malloz an Anaon a zammo ho pue ! ! »
.....................................................................................
Ar vouez a davas mik… Hag hekleo ar malloz,
A zistonas garo neuze en kreiz an noz…
— Oh ! bezet milliget ! laeron an dud varo,
Hirie ez omp gwasket… Arc’hoaz e vo ho tro !
————
AR VOTADEG
Kwitât e ris ar bourk, rukunet ha heuget,
Taolen ken hudur all n’am oa ket c’hoaz gwelet !
Na dalve ket en nac’h, biskoaz, biskoaz urz vad,
N’an eus gallet sevel diwar labour korfad ;
Keït ma vo evelse, ar gonid a vo treud,
Rak dimeus eur sac’h giaou na deuïo biken bleud !
Mar goar en implia, pep den an eus hirie
Eur benveg ijinus ; fall daonet pe vad tre.
Herve e dam labour e vo lod an den kez,
D’ezan e vo an droug, d’ezan ar vadelez…
Koulskoude ma karfe, nag a evurusted,
Ha nag a blijadur hag a beuc’h dre ar bed !
A dra zur, mar chomfe gant pep den e frankiz,
Ma c’hallfe, didamant, rei e vouez hep diviz,
Na wellchemp ket breman ar Gasoni hudur
Oc’h ober d’imp lezen hag o talc’hen ar stur…
Mes adalek ma ve gwelet eun tam paper
Etre daouarn eun den ha n’eo ket disket kaer,
E teu kerkent bleizi, dindan kroc’hen denved,
Leun a gomzou flour, flour, tener, melus meurbed…
Peurvuian n’o devo na micher, na danve :
— « Bah ! diwar goust Fanch-Kouer ni a vevo ! emê
» Brao e vo d’imp bouta ar mevel war ar mestr,
» En eul laret d’ezan : — Bez eun den digabestr !
» Hisa refomp ive ar mab eneb d’an tad,
» Ha d’ezan e larfomp : — Da dro a zo, marvad !
» Ha d’ar bewien goude : Bevet ar Republik,
» Ra vezo troad ar paour war goug an den pinvik !
» Hag evelse bepred ni hon devo moueziou,
» Ha goude, war an holl, e tennfomp hon zeodou…
» Mar na gerz ket an traou ganimp evel hon c’hoant,
» E glaskfomp d’hon zikour hostiz ha gwin-ardant ;
» Ouz eur bannac’h loko Gwiljan n’hallo ket stourm,
» Bezomp eta dinec’h… Demp araok, ha difourm !
» Hon holl enebourien pa welfont ac’hanomp,
» A laro truezus : — Oh ! eur vez eo… Tec’homp !
» Ha mar na dec’hont ket, rak kaled eo o fenn,
» E huchfomp krenv warne : — Na fell ken a Re-Wenn !
» Ar Gwenn a dle tec’hel dirak ar « bolred-ru »…
» Allô, evaj d’an dud, ha da voti dustu !
» Ha mar ve red ouspenn e savfomp war ar groaz,
« Eno e tigorfomp hon geno brasoc’h c’hoaz :
» — Gwechall, mignoned kez, henvel ouz al loened,
» Ho tadou koz n’o doa nemed yeod evit boued…
» An noblanz a oa mestr, ive ar veleien,
» Hag an holl a zente dimeus o gourc’hemen…
» Noblanz ha beleien a garfe c’hoaz sevel,
» Marvad c’houi n’hoc’h ket zod ? C’houi zo mestr, int mevel !
» Eus ar pez a larfomp, na gredfomp ket eur gir,
» Mes ar bobl a laro : — Kement-se a zo gwir !
» Rak — hep diskadurez — an dud na glaskont ket
» Gouveout petra oa an amzer dremenet ;
» Ha mar voutomp anê eneb d’ar veleien
» Ez eo dre ma kavomp, eno, eur gwall zouten :
» Pa ve dispartiet denved ha mesaër,
» E ve brao, brao d’ar blei ober e droïou kaer !
» Mar na ve ket awalc’h e c’hallfomp c’hoaz goude
» Huchal abouez hon fenn : — Vive la Liberlé !
» Ar gir-ze e-unan ha gantan… bannac’hou,
» A lako da virvi ar gwad er gwaziou…
» Ar paourkez Fanch neuze, war an tol dallet pik,
» Hanter-veô, a laro : — Ya… Gwin-ardant ha mik !…
» En hano ar Frankiz e vouez a vezo d’imp,
» Ha, frankiz d’hen gwada a vo lezet ganimp…
» Rak, pegwir a renomp, daoust e n’hon deus netra,
» Gant madou an dud all ni gano : Tra, la, la ! !
Frankiz, nag a dorfejo A ve groet en ez hano !
Oh ! ya Frankiz, Frankiz… O te, gir burzudus,
Perak en ez hano kement a draou mezus ?
Perak e teuez-te, dre da hano hepken,
Da lemmel e skiant digant ar paourkez den ?
Perak dre da hano, e koll an den spered,
An em lak izeloc’h ’vit al lousan loened ?
— O nan, Frankiz, Frankiz, n’eo ket te a ra ze,
Mes an hini a zo diouit dishenvel-tre !
Rak da hano, Frankiz, n’hall bezan Liberte,
Nemed hen a harpfe dre-holl ar Wirione !
Nemed hi a harpfe Furnez ha Lealded,
Al liberte n’hall ren en neb lec’h dre ar bed !
Nan, n’eo ket ar Frankiz… Ar Gasoni direiz
Eo a laka dizurz ebarz ar vro a-leiz ;
Hag evit peurdalla an dud gwelloc’h a ze,
An dizurz a gemer mantell al Liberte…
— Oh ! gouela e ran c’hoaz, gouela gant ar glac’har,
Pa welan stad mantrus ma c’henvroïz digar.
Ar votadeg… Foei, foei ! ! Eun toullad tud meô-dall,
Douget, hanter-stlejet gant eur rummad tud-all
O zellou dislonket hag o fenn o vralla,
O dilhad labeet, eur c’hlaouren o koueza ;
Eun troad o vont da Vrest, egile da Bariz,
Daou du ha kreiz an hent ha c’hoaz e sellont piz !…
Kement-se, da c’hortoz ma ruilhfont a goste,
Eno, digor o forn, a c’houlfont dour goude…
Hé ze n’an eo netra ; tec’het eun tam pelloc’h
Hag e welfet re-all henvel-beo ouz ar… moc’h !
P’an eus karget e gorf al loen, da vihanan,
A oar pegoulz paouez… Ma Doue, a re-man
A garg betek mervel ; nan betek dislonka
Ha teul eun tammig kresk kentoc’h evit mouga…
Neb na vo ket re veô a gavo eur yec’hed,
Eur blijadur dispar o teul tân ha moged ;
Ar malloz, ar nondi, pe chapeled Satan
A dec’ho dipitus eus korf an amprevan ;
Ha, mar kav war e hent eun eubeul eveltan,
Eun nebeud taoliou-dorn… An trec’h vo d’ar c’henvan !
Abenn eur pennadig unan a grancho gwad,
Egile a vezo duet korn e lagad…
Ha nerz ar gwin-ardant, dimeus daou den reizet,
A rei daou enebour… An evaj milliget !
Ha sed aze petra e hanver ar Frankiz…
— Daoust ha n’eo ket spontus, laret, ma c’henvroïz !
Evidon, na c’houlfen birviken, gant ar vez,
Kavout digant mevier, nan, an disteran mouez ;
Ma ’z eo hudur d’an dud rei o mouez er stad-se,
Huduroc’h ez eo c’hoaz bezan hanvet ganté !
Ha, pa welan gwerza ken buhan eun ine,
Lakat dindan an treid enor, brud-vad ha fe,
Ya, pa welan eun tad, hep sellet war e lerc’h,
Hep sonjal en e wreg, en e vab, en e verc’h,
Pa welan anezan o tilezel a-grenn
Kenteliou ar Furnez war zigare ru, gwenn,
E huchan gant kounar : — « Petra rez, o mevier,
» Gwerza da diegez evit tregont diner ?
» Lemmel dimeus da di ar peuc’h, ar garante,
» Muntra kalon da wreg, ine da vugale ?
Ha, heuget evit mad dimeus votadeier,
Elec’h na wel an den nemed droug ha gevier,
E tapan ma faper ha, warnezan d’am zro,
E skrivan gant kalon : Ma Doue ha ma Bro ! Evit Doue ha Breiz ! An daou c’hir-ze hepken
A dlefe d’ar Breizad bezan eur reôlen…
— An neb n’eo ket kristen, neb na gar ket e Vro,
A dle bezan harzet da dostât d’ar c’hargo ;
Neb na zent ouz Doue, neb na bleg d’E lezen,
Na dle ket bezan gouest da ren ar gristenien !
.....................................................................................
Pell a vefomp, marvad ; mes pouez ar Gasoni
Azigorro, m’hen toû, daoulagad pep hini ;
Deus forz bezan peilhet, disprizet ha taget,
Deus forz bezan touzet, kignet ha gwall gaset,
Lêr ar paourkez Fanch-Kouer a deuï da danilha,
Ha neuze Malloz-ru ! da gement hen gwaska
Neuze ar votadeg na vo ken eur marc’had,
Na vo ket kennebeud tra ar c’hentan korfad :
Ar votadeg a vo tra an dud a galon,
Tra an dud a zever, an dud leal hag eon ;
Tra an dud a glasko pep mad o c’henvroïz,
Harpet war an Urz-vad, an Doujanz, ar Frankiz,
Hag hon Bro, dizammet dimeus gwaderezed,
A vleunio adarre, kaer, lugernus meurbed,
En eul laret d’an holl : — Peuc’h, Frankiz, Karante, N’hallont beva en Breiz en diavez Doue !
————
An nôr Drailhet
D’an aotro Hervé, person Plüfur.
A bep fallagriez oe gwelet dre ar vro ;
Ar Gwir a oa trec’het gant ar Gaou tro-war-dro.
Evel eur wagen-vôr flastret ganti peb tra,
Ar spered dizoue a deue d’hon gwalla…
Dirakan pep tra gaer a vije labeet,
Dindanan pep furnez a vije mastaret ;
Lealded ha Glanded, kaeran traou zo er bed,
A zo deut da vezan divalo braz meurbed.
An devez a hirie n’ o deus talvoudegez
Nemed al loustoni, an droug, an hudurnez !
— Red eo, eme ar Fall, mouga ar Fe gristen,
Kredennou diskiant n’ hallont ket beva ken !
Kredennou gwrac’hed koz, mad en amzer gwechall,
N’int ken dimeus ar c’hiz ; breman e fell traou-all !
Hag eur pennadig zo — avel a zotoni, —
Ar bed zo daoubennet, trubuilhet mui-ouz-mui ;
Menec’h, leanezed, breudeur ha beleien,
Servichourien Doue, mignoned ar bewien,
Holl ez int gwapeet, hargaset, harluet,
Barnet hep lealded, tamallet ha laeret.
Dirak an torfejou ken kri ha ken poanius,
Dirak ar fallente, en pep stum ken heuzus,
Kounar ar bobl kristen a deuas da grozal,
Hag ouz an drubarded e stourmas reut raktal…
En despet d’o c’halon ha d’o fe birvidik,
An nerz goue a drec’he an dudou reuzeudik ;
Kraban an Diaoul a zav zoken war an iliz,
— Petra a refomp-ni outan, ma c’henvroïz ?
Eun de, ar sperejou a zo nec’het da vad,
Keleier fall a deu hep paouez ha dalc’hmad…
— Hepdale, e larer, a vezo mastaret
An iliz kaer ha koant ’lec’h omp bet badezet ;
C’hoant o deus an dud fall, c’hoant d’ober eur vro goue,
Gant Bro ar Vretoned, Bro ar zent hag ar Fe…
Kerkent hag a bep tu an holl a vouez uhel,
A lavar kounaret ! — Biken, kentoc’h mervel !
Biken, emê, biken, ni a chomo bepred,
Kristenien, Bretoned, tud ter, pennou-kaled !
Deuont aman eta !… An dud fall a welo
Hag en oar ar Breizad mervel c’hoaz vit e Vro… —
Dont a rejont dre-holl ; neuze en pep parrouz,
Eun de, dreist ar re-all, e savas brud ha trouz…
— Petra zo a neve, ma klever, ankenius,
Ar c’hloc’h-galv o teurel taoliou lem ha skiltrus ?
Petra zo a neve ?… Tân ? — Kalz wasoc’h, siouaz !
Buhan war an avel ar c’helô a redaz…
An iliz vinniget a zo breman kelc’hiet,
Den n’ hall tostât outi ; an dra zo difennet !
Setu perak an dud a zired leun a spont
Endro d’an iliz koz… Mes petra a welont ?
O bered ken peuc’hus, o beredig zantel,
A zo deut da vezan… Oh ! eun dachen vrezel… !
Eur vanden zoudarded, archerien war gezek,
Gante Potr-al-Lezen, hag int holl gwall-vezek,
A glask, unan anê, teul e bao war an nôr,
Ar re-all hen harpa d’ober an Invantor…
Ar bobl a deu bepred da zifenn e iliz,
Da huchal d’al laeron : — Frankiz, frankiz, frankiz !
Dirak kounar ar bobl ar Fall a gemer doan,
Al laer n’ eus ket amzer hag a renk mon buhan :
— « En hano al Lezen, digoret d’imp an nôr ! »
E huch al laeron gars, war ar paourkez Pastor,
— « En hano al Lezen ? eme ar pastor mad,
» Lezen abed er vro na raïo d’in kwitâd,
» Ha dilezel ganac’h gwiriou an iliz sakr,
» N’hallan ket en ober hep bezan den fallakr ;
» Ma c’harg eo o diwall, biken na vin trubard,
» Betek bezan trec’het me o difenno stard !… »
— « En hano al Lezen ! An eil gwech eo, aotro,
» Mar na c’houllet plega, neuze c’houi a dorro… »
— « Terri a rin kentoc’h ! » — Ha mouez beleg Doue
A zo kerkent stanket… An dud a lar ! — True !
— « En hano al Lezen ! An daerved gwech, houman,
» Digoret d’imp an nôr, rak ni eo ar c’hrenvan… »
— « An Nerz a zo ganac’h, ganin eman ar Gwir,
» C’houi ho pezo, m’hen goar, ya, an diwean gir,
» Mes na vo ket laret en do ar mesaër,
» Dilezet tra e vestr etre daouarn al laer…
» Kemer a ran hirie Anaon ar barrouz,
» Da vezan testeni dimeus ho micher louz ;
» Ober rin ma dever, ma dever hep sponta,
» Beleg on da Zoue, difenn a rin e dra ! »
.......................................................................................
Ar bobl a zo didrouz ; Potr-al-Lezen a gren,
Eur peuc’h gwall ankenius eur pennadig a ren…
— « Aman buhan, potred, pellaït an aotrou,
» Ha goude, didamant, d’an nôr gant benviou ! »
Ha daou archer garo a ziframm den Doue,
Hag hen kas, divergont, da ouela a goste…
Breman, da vihanan, al laer a c’hall poanial,
P’hen deus ar mesaer war e dreid eun hual…
Eun nebeud boued-ifern a goll amzer ha poan,
A drailh o benviou… Mes an nôr na ra van !
— « Ar vouc’hal, ar vouc’hal ! eme Potr-al-Lezen,
» N’hallomp ket marc’hata ha termal da viken…
» Allo, c’houi zoudarded, war araok ha kalon,
» An nôr a zigoro, en despet d’ar person ! »
Neuze, o tra spontus ! eur zoudard a dosta,
Eur gourc’hemen ken fall a ra d’ezan krena,
Karet en dije well, hep mar, ober traou-all,
Eget plega, hep klem, da lezennou ken fall ;
Mes an urz zo roet, eun urz garo a kri,
Ar gourc’hemen zo striz, n’haller ket dizenti !
… Eun taol bouc’hal pounar… O glac’har hag anken,
A ra d’ar gristenien loskel eur griaden !…
An taoliou a stanka ; o hekleo truezus
A ziston en iliz… Oh ! nag ez eo poanius !
Ar c’hloc’h a zon klemmus, klemmusoc’h vit biskoaz,
E vouez a vesk daerou gant hirvoudou ar c’hlaz…
Ar bobl war e zaoulin, mantret gant ar glac’har,
A zistank da ouela dirak an dud digar ;
Us d’ar vered zoken ineou an dud koz
A darnij hag a glem, hag a deul o malloz…
Zeblantout a reont huchal d’o bugale :
— « Oh ! difennet eta, difennet ti Doue ! »
Ar vouc’hal, didrue, a sko bepred stank, stank,
Hag en dor an iliz, he deus groet eun toull frank ;
Dre an toull ez eo bet an nôr baour digoret, Ar Gwir gant an Nerz-goue eur wech ouspenn trec’het !
Hag an hailhoned louz o deus, en ti Doue,
Teulet o fao hudur war bep tra, pep danve…
Emaez ar gristenien, dour en o daoulagad,
Gant doujanz ha gant fe a zastumas ervad
Tammou an nôr drailhet ; hag evel relegou,
E stardchont aneze war boull o c’halonou…
Bezan e voïnt dalc’mad eun tenzor talvoudus
A zigaso sonj d’ê eus eun devez skrijus ;
Bezan vefont ouspenn eun testeni a Fe,
Hag a lako bepred lorc’h en o bugale.
O bugale laro gant eur galon gristen :
— Hon zud koz a stourmas stard evit o c’hreden ;
Pa fellas d’an dud fall labea an Iliz,
Hon Zadou a zavas da zifenn ar Frankiz !
Enor, enor d’eze ! O bugale vihan,
A ouïo eveltê, mar ve red, mont d’an tân…
Biken, en Breiz-Izel, nan, ar Fall na gludo,
War roudou hon zud koz dalc’hmad ni a gerzo !
« Ni a zo bugale d’an dud a zoug bleo hir,
» N’hallont bezan trec’het p’ o deus roet o gir ! » [4]
————
An Anaon
« Pedomp eta braz ha bihan,
» Koz, yaouank, tud a bep stad,
» Evit an Anaon en poan,
» Oh ! pedomp a galon vad ! »
Noz gouel an Holl-Zent ! Moueziou ar c’hleier
A zam ma spered a boan, a breder…
Deut ez on aman en kreiz ar c’hoat bras
O sonjal pellât hag evit ankouas
An envor poanius a wask ma c’halon
Gant tristidigez gouel an Anaon.
Karet am ije marteze tec’hel…
Ha c’hoaz nan ! — Pep tra a deu d’am gervel
Ha da laret d’in : — « O kemer true,
Lavar eur beden evit hon ine ! »
Au noz a zo splan, an oabl digoumoul,
Ar reo-gwen a goue war ar bed sioul ;
Ouz lein an Nenvou, steredennet kaer,
Al loar o sevel a strink he sklerder,
Deliou ar choajou n’int ket c’hoaz kouezet,
Mes an darnvuian a zo alaouret,
Ha na c’hortozont nemed eun ezen
D’o distaga ouz ar skour da viken…
O kaeran taolen evit eun hunvre
Mar na vije kaon… — Peuc’h, en han Doue
Dre ar vro tro dro, eus an holl douriou
Ar c’hleier a deul o c’hlemmadennou,
Hag eus an draouien da lein ar mene,
N’ eus nemed eur galv : kemerit true !…
Ar c’hlaz hirvoudus a garg an douar
Gant eur voubouen zo leun a c’hlac’har…
Kerkent, o burzud ! gant ar c’hlaz galvet,
Dre-holl, en dro d’in, bue zo savet :
Ar c’hoat a zihun dimeus e sioulder,
Hag an ezennig a c’houe gwall-dener,
An deliou melen a grog da drouzal,
A goue d’an douar… Na gredan finval…
Holl a-us d’am fenn o deus tarnijet,
En dro d’am botou ez int ’n em vodet ;
Setu me nec’het ; trouz peb delien sec’h
A zeblant mouezig eun ine en bec’h !
Ha me, hep gouzout, a chom war o hent,
Koulskoude henoz, evel diagent,
E kustumont c’hoaz dont d’an tiegez
Elec’h tremenchont o zam buegez…
An nosvez-man eo Noz-an-Anaon,
Henoz e klaskont peden hon c’halon ;
— O, ma mignoned, na varc’hatet ket
Eur bedennig d’an Anaon karet !
Breman eo o zro ; arc’hoaz hon hini ;
An amzer a deu, an Ankou zo kri…
Dre-ze pa glevan trouz deliou ar c’hoat,
Hag an avel flour skanv o c’houlbanat,
Pa glevan ac’han kân trist eur gaouen
O sevel du-hont eus eur goz derven,
Pa welan a-dreuz da vannou al loar
O nijal didrouz skeudennou liou-koar,
E laran dustu : — Setu ineou
O redek ar vro, o klask pedennou…
Darn ane a ouel, darn-all a hirvoud,
Ha war ma c’halon o deus holl galloud ;
Ha gant kalz a fe ’laran eur beden,
Eur beden, evit « Ar re n’emaint ket ! »
Int o deus pleustret al lec’h a bleustran,
Int o deus karet an traou a garan ;
Da ouel an Holl-Zent o deus aliez
Sonjet en poaniou an ineou kez…
A greiz-holl warne eo deut ar Maro,
Ar Varnedigez a zo bet garo ;
Evelte ive — hepdale, marvad, —
Ma ine a vo en hevelep stad ;
Evelte e teuï da c’houlen zikour,
Da glask aluzen eur werennad dour…
Neuze, ma Doue, piou sonjo ennon ?
Piou dre ar vro-man a bedo ’vidon ?
Daoust hag eur mignon, eur mignon hepken,
A glevo er c’hoat klemmou ma zelen ?
… Me a gred… An Anaon anaoudek,
N’ankouaont ket eur beden galonek !
————
Avel ar Yaouankiz
Daoust ha bezan a zo eur potr yaouank hepken,
Ha n’en deus hunvreet frankiz, avel, frouden ?
Pelec’h eman hennez n’an eus gwech pe amzer,
Savet war ribl an dour kestell uhel ha kaer ?
Pelec’h eman hennez n’an eus ket c’hoantaet,
Bezan eur reder-bro, pe c’hoaz eun den brudet ?
Neblec’h ! — An ugent vla, ar vue o strinkal,
A lak pep den yaouank da gana, da nijal…
Eur sec’hed braz a ve d’anavezout ar bed,
Ha netra n’hall terri c’hoant direiz ar spered.
Ar servij da gentan ; goude kêr ha broiou,
Kargou, pinvidigez da leunia kalonou ;
An diezamanchou na vezont ket kontet,
Gant tân ar yaouankiz pep tra a dle kerzet !
Daerou eun tad, eur vam a gont nebeutoc’h c’hoaz :
Daerou a ruilh hirie a baouezo warc’hoaz…
Setu ar c’hoantaden a grog en pep kalon,
Hag ar c’hoantaden-ze n’ espernas ac’hanon.
Pevar bla warn-ugent ha ma servij achu,
Em gwaziou yaouank ar gwad a ruilhe dru ;
Baleet am oa bro, redet am oa môriou,
Eur martolod n’hall ket chom en kreiz ar c’hoajou…
Hed an de ha dre-holl e hunvreen d’ar môr,
Ha pa digoueze d’in, ouz tosennou Arvor,
Furchal ar vro tro dro ha zellet er pellder,
E vijen evurus… Rak eur voren dener
Ledet war an dremwel evel eur vantell vraz
A vije evidon eur zeblant a vôr glaz ;
Pell, pell dimeus an aod, vel eur pesk war ar sec’h,
Ma c’halon a wenve… Na gaven peuc’h neblec’h !
Ar môr a zo eur vam evit ar merdead,
Ha pa gar he bugel he c’harante a bad ;
Bezan ez eo ouspenn eun dousig, eur vestrez
Hag a dalc’h he c’hoantiz hep ober d’ezan lez…
He c’hân a bep eil tro a zo garv ha tener,
Ha liou he gwiskamant a dro gant an amzer ;
Evit ar c’halonou dalc’hmad lec’h karante,
Evit an daoulagad taolen bepred neve,
Neb an eus chilaouet mouez tener ar Vorgân
Gwaz eo ze evitan, kelc’hiet vo gant ar c’han !
Ha ne vezo ket brao outi hen distaga,
Kredet mad ac’hanon, gouzout e ran an dra.
Rak mar karen ar môr eo e klasken ennan
Frankiz ha levenez ar muian ar gwellan…
Frankiz ha levenez !… Evned o tarnijal,
Listri o horjellat, o gwerniou o strakal ;
Gwagennou zod ar mor o sailhat, fuloret,
Avel a-us d’ar penn o yudal kounaret ;
Berniou pounar a zour o koueza war ar pont,
Ha martoloded gweon o vonet hag o tont !…
Pe c’hoaz môr dudius, ster vraz ha mezellour,
War behini e red eun ezennig flour, flour,
War behini eul lestr dispak e oueliou gwenn,
O zeblantout kousket o c’hortoz korventenn,
O zeblantout henvel, henvel ouz gouelan faez,
A zec’h e ziou-eskell goude môr digompouez ;
War gwerniou al lestrig merdeidi evurus
Luskellet o ine gant zon karantezus,
Hag o feden dener douget war an avel,
O nijal evitê betek bro Breiz-Izel,
O nijal evitê betek eun draouiennig
Evit sec’ha eno daoulagad eun dousig.....
Piou eta a c’hallfe stourm ouz eur seurt hunvre
Hadbezan martolod oa ma c’hoant adarre !
Hag eun devez, doanik, e lavaris d’am zud ;
War an tôl, eur pennad, e chomchont o daou mud…
— « Sonj c’hoaz, eme ma zad… M’hen goar, yaouank ez out
» Ar môr a c’hall bezan talvoudus evidout ;
» Ne gav ket d’it ive penoz war an douar
» En em dennfes ervad ? — Gwelloc’h ! war ma lavar,
» C’hoaz eur wech, gra da sonj ; da c’hoant vo ma hini,
» Ha me a gavo mad evel ma tibabi… »
Ha ma zad a dec’has, mes e gomz diwean
A oa muioc’h mouget eget ar re gentan…
Ha dre ma pellae, p’hen gwelen o tec’hel,
Eur vouez a lare d’in : — Perak hen dilezel ?
N’eo red abed d’it-te kwitât da dud, da vro,
Mar ve red d’it biken… Abred awalc’h e vo !
Ha ma mam, o ouela, a lavaras ive :
— « Na gredan ket, ma mab, e rafes an dra-ze…
» Petra ta e vank d’it en ti da vam, da dad,
» Evurusted e teus ha plijadur, marvad !
» Petra e talv d’eur vam bezan bet bugale,
» Mar tigoue d’ei beva hec’h-unanig goude ?
» Mar ne chom eur bugel da harpa he c’hozni,
» Kalz well a vije d’ei n’he defe bet hini !
» Oh ! pa glevin d’ar goanv an avel o krozal
» E teuin, gant glac’har, bemnoz da gunudal…
» True ouz ma daerou… Kalon mam zo tener,
» O chom en han Doue, chom gant da dud er gêr ? »
Ma mignoned, d’o zro, warlerc’h en em gave :
— « Petra hon deus klevet ?… Gwir mad eo kement-se ?
» Kwitât a rez da dud, kwitât a rez da vro ?
» Red eo d’it bezan zod, ya zod, war hon menno !
» Bezan e teus kalon, ive anaoudegez,
» Petra ’ri elec’h all ? Koll da dalvoudegez,
» Ha bezan ankouaet en touez eun toullad tud ;
» Aman da vihanan, hep kavout kalz a vrud
» E c’halli ober vad… Ne gav ket d’it ouspenn
» He deus ezom da vro tud evit he difenn ?
» Perak neuze tec’hel ? Chom aman da veva
» Ha kas da sorchennou pell diouit da stoupa ! »
En despet d’aliou leun a boell, a furnez,
Roet gant tad ha mam, gant mignoned a bouez,
Ma sonj e oa groet mad : martolod e vijen,
Ha netra, nan netra, n’am distroche biken !
Hag eul lunvez-beure, en kreiz ar boan-spered,
Ar marc’h-du am c’hasas en trezek ker Naoned.
Ah ! pa oan ma-unan warlerc’h an disparti,
Ma daerou a ruilhas dourek, poanius ha kri ;
Neuze hepken, neuze ec’h anveïs ervad
Glac’har ma zudou kez, o foan, o chalonad…
Tra ma skrinje roudou an trên war an hent dir,
Tra ma loske ar marc’h c’houistelladennou hir,
Tra ma tec’he gant herr ar gwe hag ar c’heuniou
Ha tra ma tremene prajeier ha parkou ;
Tra ma welen o trei ha mene, ha traouen,
Ha ma Breiz o c’houlen : — Na distroï ket ken ?
Ma sonj a deue c’hoaz, a deue d’an ti-gar,
Ha taolen ar beure a greske ma glac’har…
Oh ! ebarz an ti-gar, gant ma zad briatet,
— « Ma fotr, ne greden ket, az pije kwitaet…
» P’eo red dispartia… Kenavo, kenavo !
» O perak ne chomez… Ne chomez.... Deus en dro !
Ha ma mam ha ma c’hoar, beuzet en o daerou,
O zellou truezus ha stanket o moueziou…
Eus ar beure o doa groet d’in ma fakaden,
Urziet enni pep tra, roet kant gourc’hemen.....
Chom a rent dilavar… Eur galon vruzunet
N’hall nemed hirvoudi : ar gomz he deus kollet !
… Eun tôl c’houistel garo… Diwean kenavo !
Daerou a ruilh puilloc’h… — Pegoulz e teuï en dro ?
— Kenavo !… — Kenavo !… Betek ma oant kuzet,
Ma zellou na dec’has diwar ma zud karet…
Hag an tren a ruilhe… Ha, hini da hini,
Mouez ma zad, mouez ma mam ha mouez ma c’hoar Mari
Mesket gant an drouz all, a gleven poaniusoc’h
Hag a re d’ar c’himiad bezan d’in kalz krisoc’h,
Meur a sonj a verve neuze ebarz ma fenn :
Awalc’h eo, pa ve red, gouzanv mestr ha perc’henn ;
An neb a c’hall kavout eur vue a frankiz,
O plega da vestrou a zo gwall diaviz…
— Kenteliou ar furnez, a dra zur, kement-se,
Mes, dimeus eun tu-all, dilezel ma c’hunvre ?
Dilezel eun hunvre maget ganin keit-all !
Na dalve ket termal… Pe rin mad, pe rin fall
Red a vo d’in monet ; ma c’hoant eo bale bro,
Mar na gerz ket an traou goude me a welo…
An noz a dostae ; en kreiz gwiniennou
Ar marc’h-du a nije, a dreuze plenennou ;
Eun heol miz-gwengolo o tiskenn en dremwel,
A roe c’hoaz eur pok d’an devez o vervel ;
Ha d’ar c’houlz-ze an de pa dav er bed peb brud,
Pa nij a denn-askell al lapousig d’e glud,
Pa ziskwiz an douar ha pa gas an ine
En trezek ar C’hrouer eur zell a drugare,
Ma Doue, nag eo kri d’an den dispartiet
Sonjal ebarz ar gêr, er re a zo chomet !
Ha ma fenn em daouarn me a ouele bepred…
… Eun drouz-ifern ha bec’h : — Naoned, Naoned, Naoned !
Naoned… Penn ar veaj ! — Ouz sklerijen al loar,
E tiskennis en kêr touez an drouz, ar safar ;
Dirakon listri kaer gant o gwerniou uhel,
A zeblante dispar dindan loar o sevel ;
En despet d’o c’haerder ha daoust d’o bravente,
Evitê n’am oa ken ar memeuz karante…
An de warlerc’h-vintin, penn-rener ar bureo,
P’en em gavis gantan, a lavaris : — « Gwir eo,
» Betek dec’h diwean e klaskemp merdeidi,
» Hirie hoc’h diwead, n’hon deus ezom hini…
» Gortozet, mar karet, abenn eur pemzek de
» Eul lestr o tont en Franz a c’houll tud adarre… »
— Gortoz eur pemzek de !… War an tôl en em c’hreiz,
E tihunas beo, beo, karante ma bro Breiz,
Marvad n’eo ket red d’in redek ruïou Naoned,
Pegwir en ti ma zud e zo labour ha boued !
— Dec’h ho poa ezom tud, perak n’ho peus hirie ?
… Kenavo ar c’hentan, aotro ker, trugare !
Ha ma fak war ma chouk evel Yan dizoursi :
— Demp d’ar gêr da hada levenez ha dudi !
Penoz laret ar joa a grogas em ine,
Hag an evurusted e chouzanvis neuze !
Ma spered dizammet dimeus e fec’h pouner
A deuas adarre skanv, dinec’h ha seder…
— Ma Jezus, emeon, red oa d’in bezan zod,
Hag e kanis kerkent Distro ar Martolod !
Pa deule ar marc’h-du e c’houistelladennou,
E krede d’in klevet bombard ha biniou…
— Bale, bale, ma fotr, bout ha term, chach ha red,
Kaer az pezo frinkal ne vefomp re abred !
Hag an holl blenennou dirakon a droe,
Hag e tistroen c’hoaz da veneou Kerne…
Pa welen bro Kerne… Me gred n’am oa ket c’hoaz
Anavezet anei ken seder-all biskoaz ;
Ar pez a oa gwechall evidon divalo
A deue, war an tôl, eur mignon a bell zo :
Adalek ar mene gant e benn hunvreer,
Betek an draouien dôn, karget a brajou gwer ;
Adalek ar c’hoat braz o hirvoudi klemmus,
Betek ar park ed-du gant e vleuniou melus ;
Adalek al lapouz o kaaa ken lirzin,
Betek ar wazig dour o hirvoudi mibin ;
Adalek al loened o peuri ’barz ar roz,
Betek, en toull e zor, eur C’hernevad koz, koz ;
Pep tra a vouskane eur zonig ar c’hoantan,
Hag a lavare d’in — O chom ganimp breman !
Biskoaz n’am oa klevet peden dudiusoc’h,
Biskoaz ma Breiz-Izel n’am oa karet welloc’h !
Dre-ze p’ en em gavis war ma c’hiz evit mad
Ne oan mui martolod : Bezan oan eur Breizad !
Ne dalve ket laret plijadur ma zud kez :
Distro an dianket, devez a levenez !
Elec’h bezan kollet, beuzet er c’heriou braz,
Evel ma c’hoarve stank gant eur bern tud, siouaz !
Breman ebarz ma Breiz e choman da vevan
Ha ma foan, ma amzer a zo d’ei da gentan.
Ar C’hrouer da bep den an eus groet eur rouden,
Hag etre ma daouarn e lakas eun Delen ;
Avel ar yaouankiz ha nerz eur c’hoantegez
Am c’harzas da glevet mouez ma galvedigez ;
Mes en e vadelez, en e furnez divent,
Dorn Doue am lakas adarre war ma hent.
Trugare d’ezan ! Freuz frouden ma yaouankiz
A dalvezo breman d’am Bro, d’am c’henvroïz ;
Hag enpad ma bue ne vevo en em c’hreiz
Nemed diou garante : Hini Doue ha Breiz !
————
Daou Lizer
Hag ar vam, evurus, a distroas d’ar ger :
Bet he doa, eur wech c’hoaz, digant he mab lizer…
Eul lizer martolod ! Piou a c’hallo laret
Ar blijadur ra ze da galon vam nec’het ?
Gallout re al lizer digas d’ei levenez,
Ken aliez ive he devoa bet enkrez !
Kement a digouezas d’he daoulagad gouela,
Ma n’he gemere ken eul lizer hep krena…
Bezan oa intanvez, intanvez a bell zo,
Ah ! he bue, kredet, na oa ket bet faro ;
Gwelet he doa ar môr o lonka he fried,
Hag o lezel anei hep toên, tân, na boued…
Poan he diouvrec’h hepken, he fizianz en Doue,
A reas d’ei zevel pevar a vugale :
— Pa voint zavet, emei, e sikourfont o mam,
Ha d’am zro, mar gallan, e tiskwizin eun tam
An diskwiz, paourkez mam, na vije ket d’ezi,
En eneb, he foaniou a dlee c’hoaz kreski ;
Dre ma teuent en oad, a bep eil he fotred
A deuas da vezan ive martoloded,
Hag he c’halon a yam a rannas adarre ;
Tri anê, en eun tôl, a gollas o bue…
Ar môr, en e gounar, evit gwereôt he foan,
A rentas daou d’ezi hag a viras unan !
Ne chome mui ganti nemed he Benjamin ;
— Ma Doue, emezi, lezet heman ganin !
An amzer o kerzet a zistan peb anken,
Mes sonj an dud varo, hennez n’hall ket tremen ;
Hec’h-unan, peurvuian, gant he mab pa c’halle,
War be ar Re-veuzet ar vam gez a stoue…
Eun devez he c’halon gwasoc’h-gwaz a frailhas,
He bugel diwean d’ar servij a yeas ;
O disparti poanius !… Ar vam skuilhas daerou,
Hec’h unan e chome hep frealz d’he foaniou !
He mab a dalc’has sonj hag a viras ervad
Diwean gourc’hemen roet gant ar c’himiad :
Eur wech bep pemzek de, pe bep miz d’an hirran
Hen a skrive d’he vam, — ha ze hep fazian, —
Al lizer he doa bet a deue a Doulon,
A boan e oe lennet e tridas he c’halon :
— « Mam ger, eme he mab, hirie ez on seder,
» O larei d’ac’h ec’h in hep dale pell d’ar ger ;
» Marvad abenn disul, disul, Gouel an Holl-Zent,
» E c’hallin daoulina vel ma ren diagent,
» Ha lavaret ganac’h war o be binniget,
» Eur beden galonek evit hon zud karet…
» Ne ret ket a wad fall… Disul en em gavin…
» Ar bugel ho karo da viken : Benjamin ! »
Ar zul en em gavas, ar zul ken gortozet ;
Gant an evurusted ar vam na bade ket.
Eun nebeudig amzer… eur wech ouspenn, dinec’h,
He stardche he bugel c’hoaz etre he diouvrec’h…
Oh ! enpad an ofern, nag a beden neuze
A yeas eviti betek kalon Doue !
Rak an intanvez paour er boan, el levenez,
Ouie trugarekât mestr braz pep madelez…
P’achuas an ofern eun tam araok kreiste,
..... — Na glevet ket, mam goz ?… Eul lizer adarre !
— Eul lizer adarre ? Na peseurt neventi ?…
Hag ar vam gez, mantret, ’n eur grena mui-ouz-mui,
A astennas he dorn da botr-al-lizerou,
Hep gallout, kaer he doa, stourm dimeus he daerou,
— Mes n’eo ket e skritur !… Eul lizer a Doulon ?
Ha, stanket, glac’haret, en he c’hreiz ar spouron,
Aon d’ezi da zempla, hi a deuas d’ar ger…
Eno, hec’h-unanig, he lennas al lizer.
—… Doue !… Gwir e vefe ! Gwerc’hez, pebez kêlo !
He bugel diwean… He mab a zo maro ?
Siouaz ! taer gwech siouaz ! Al lizer didrue
A ziskuilh penn-da-benn d’ezi ar wirione :
— « En dro d’ar c’hanoliou gant e genvreudeur-all,
» Ho mab a oa dimeurz pa deuas an eur fall…
» Ar c’hanol a darzas… ha trizek merdead
» A ruilhas war ar pont, maro, beuzet ’n o gwad ! »
Hag eus tre he daouarn al lizer a gouezas,
Ha war leuren an ti, ar vam baour a zemplas…
Displega he glac’har, piou a challfe ober ?
He mab diwean marv… maro he mabig ker !
Ah ! gwelet he devoa meur a ouel an Holl-Zent,
Mes ken gwaz ha heman n’he gavas war he hent…
Hag etre ar glac’har, an daerou, an anken,
An noz a dosteas, an noz dezi ken yen ;
Elec’h kavout he mab evel m’he doa sonjet,
He mab oa en Toulon maro, lazet, friket !
En kreiz an noz tenval, mouez ar c’hlaz o tremen,
A denne diganti hirvoud ha klemmaden.
Pa gleve an avel o vouta war an nôr,
Henvel ouz eur paour kez, eur paour o c’houll digor ;
Pa gleve anezan, tener e vouboual,
Hag o tiskenn en ti dre veg ar chiminal,
E seblante d’ezi klevet mouez e mabig
O c’houll, en han Doue, glizen eur bedennig…
Ha, war an oaled yen, enpad an noz stouet,
Ar vam a bedas start evit he mab karet.
Gwasât noz-Anaon ! Pa deuas ar beure,
Hi a c’hoantae c’hoaz mouga ar wirione…
Mes al lizer garo, chomet war leur an ti,
Zammus evel eun test, a greske he gouli :
— O Doue, ma Doue, zikouret me ho ped,
An intanvez en poan, hec’h-unan war ar bed !
Prat, 25 here 1908.
————
Ar Groaz, an Alar hag an Delen
D’an Aotro Dubourg, arc’heskop karet ar Vretoned, Kinnig doujus.
Al labour eo lezen, lezen ar c’hrouadur,
Ar beden a frealz krizder an Donkadur [5] ;
Ra zeuio peb Breizad da glevet ar zoniou,
Hag en disheol ar Groaz da harpa e zeiou !
I
En eun draouien a Vreiz, karget a c’hliz-veure,
Taer vleuennig dispar a zispake d’an de ;
Tri vugelig tener, en hevelep amzer,
A vouzc’hoarze ive dindan nerz an domder.
A-gevred gant o c’hresk pep kelennadurez
A sturie o spered ebarz hent ar furnez ;
Hag en o ineou, temzet gant tud vad-tre,
Ar c’hredennou yac’han buhan a ziwane…
Ganet er memeuz bla, zavet er memeuz bro,
Bet redet a-viskoaz an hevelep parko,
Daoust na gemerchont ket ar memeuz gwenojen,
Ar garante skoulmas o c’halon da viken.
Ne sonjent ket, marvad, an tri vugel dister,
Pa redent lannou Breiz digabestr, dibreder,
E teurvezche Doue o c’hemer, taer blanten,
Evit ober gante eun dreinded, eun derven…
Eun dreinded madelez, dreinded louzou dispar
Eneb da beb anken, peb ezom, pep glac’har ;
Eun derven galloudus, gwriou dôn, penn uhel,
A zalc’h penn d’an arne, d’an heol ha d’an avel !
Ar mestr braz koulskoude, en e furnez divent,
A lakas, dizeblant, pephini war e hent ;
Da beb-unan ane, herve pouez e venvek,
Hen a roas skiant ha spered anaoudek…
II
War skoueriou zant Erwan, zant Herve, zant Weltaz,
Ar c’hentan zibabas evit benvek eur Groaz ;
Eur groaz! Beleg Doue, peskeler ineou…
Kaeran, uhelan karg en-touez an holl gargou !
Eur Groaz ! Arouez a beuc’h… Mammen a garante !
Beleg Doue zigas ar yec’hed d’an ine ;
Hen a zistân pep poan, a lak war bep gouli
Louzou dous ar beden, louzou nerzus ar spi !
Bugel d’ar parkeier evel e Gendadou,
An eil a garo dreist bue frank ar maeziou ;
Mestr d’ezan e-unan, roue war an douar,
Netra na dalvezo e venvek : An Alar !
Tra ma sanko en Breiz an Alar e zouc’h dir,
Tra ma troo enni bommou ledan ha hir,
Breiz na vezo fallakr ; ha, da vraz, da vihan,
He douar a rento kant gwech evit unan…
Bet gantan o cd’henel eur spered hunvreer,
Dizeblant, peurvuian, ouz trouz ar bed dister,
E zellou dôn kollet ebarz koumoul, goabren,
An drived a deulo dre holl zon e Delen.
E ganaouen dener a skanvao pep bec’h,
E zon karantezus a bellao pep nec’h ;
Hag, evel dre vurzud, e werziou da bep den
A vezo diou-askell… Trugare d’an Delen !
III
Telen, Alar ha Kroaz… Barz, Labourer, Beleg,
An taer garg dishenvel zo taer garg talvoudek :
D’ar beleg o pedi e fell boued : freuz ar boan,
Ha d’ar gonidek kez eo dleet eun diskân…
Evelse e tremen bue an tri vugel,
O c’hargou unanet zo d’an dud eur gentel ;
O c’hentel eo alc’houez ar gwir evurusted,
A dle bezan douget gant an holl Vretoned.
........................................................................................
O dreinded burzudus : Kroaz, Alar ha Telen,
Skoazel ar c’hrouadur, e c’halloud da viken ;
Mar fell d’it, o Breizad, ren da vue hep poan,
Kerz gant an dreinded-man : Oh ! ped, labour ha kân !
————
Me a zo Breizad !
D’am c’henvreur L. Nicolaz, « Penn-Breton ».
Nag eo dous d’an den pa ’z eo divroet,
Sonjal er vroïg elec’h m’eo ganet
Hag er maeziou an eus bet ken karet !
Rak evit karout eur Vam-vro da vad
Ez eo red tec’hel outi eur pennad,
Bezan elec’h all vel eun divroad…
Neuze e teuer d’he c’harout ouspenn
Ha d’en em dâna prim diwar he fenn
Vel da gavout kaz ouz neb he dispenn !
Vad e ra d’an den anzav e Vam-vro,
Pa ve pell outi morse n’he nac’ho ;
En eneb, dalc’hmad d’an holl he meulo !
Da galon pep den mar talc’h an dra-man,
D’ar galon vreizad e talc’h ap gwasan,
Dreist-holl er servij ez eo ar startan !
Eno e tihun birvidik ’n he c’hreiz,
Ar wir garante, karante he Breiz,
A skanva enni an anken direiz…
Eur zoudard breizad en servij Bro-C’hall,
Eun devez en touez ar zoudarded-all,
A sonje dinec’h ’n e amzer gwechall.
Dirak e spered, laouen, dibreder,
E teue founus e yaouankiz ker,
Pa glevas eur vouez o c’houlen ken ter :
— Ha c’houi a zo Gall ! laret, ma den mad…
Kerkent en e greiz e sailhas ar gwad :
— N’on ket, kabiten, me a zo Breizad !
Me a zo Breizad !… komzou kalonek !
Ar chabiten gall ’droas kein mezek,
Ne laras netra d’ar zoudard pennek…
— Me a zo Breizad ! — Pebez penn kaled,
E laras raktal an holl zoudarded,
Hennez gar e Vro dreist pep tra er bed !
Adalek neuze an holl ’anzavas
E oa nerz-kalon er Vretoned c’hoaz,
N’o doa ket mez eus ar Vro o ganas…
Vel ar zoudard-man, direbech, hep aon,
Pep Breizad a dle huchal gant kalon ; — En despet d’ar Gall me a zo Breton !!!
————
Eil loden
————
GWERZIOU ha KANAOUENNOU
Da Alan-Meur, Roue Breiz
D’am c’henvreur Loeiz-Morice « Penn-Dero ».
En amzeriou-ze bro ar Vretoned
A oa ar c’hentan eus broïou ar bed.
He rouane koz ’n eur vrezelli stard,
O doa he miret dimeus an trubard,
Broïg an Arvor a oa koant dispar,
Bro an Herminig a oa digailhar !
Zent evel Gweltas, evel Gwenole,
A zigasas d’ei sklerijen ar Fe.
Ha da heuilh o skouer, o c’homzou kristen
Arvor a deuas eur gwir berlezen !
Dre ar vro tro dro, Barzed leun a dân,
Gant eur vouez nerzus a deule o c’hân…
Hag hon zraouiennou, hag hon henchou dôn,
A dride bemnoz o klevet eur zon ;
O klevet eur zon, kân flour an eostig,
Zon tener ha drant kloareg pe goulmig…
Siouaz ! a greiz holl gwerziou ha zoniou
A zo holl mouget gant youc’hadennou,
Youc’hadennou goue bandennou tud kri…
Dirak aochou Breiz eman o listri.
Dont a reont holl eus an hanter-noz
Tud Arvor warne a deul o malloz !
Dre ma tremenont e hadont er vro,
Dismantr ha tân-gwall, poan-spered, daero…
Tud yaouank ha koz, bugale, merc’hed,
A gri forz bemde war an Normaned ;
Kenkoulz en ti plouz, kenkoulz er c’hastell,
Dirak an dud fall, netra na bad pell.
Iliz ha chapel, kouent, manati,
Dre zorn an dud-goue a deu da dêvi…
Beleg ha manac’h, tud fur, eskibien,
A gav ar maro… O pebez gwalen !
An holl zo mantret, rak an dudou goue
A dan hag a laz ; ar vro a zo d’ê…
Dre ma tostaont d’ar c’heriadennou,
Tud ar vro a d’ec’h, a dec’h d’ar c’hoajou ;
Eus ar c’hoajou dôn o moueziou neuze
A zav truezus war-zu o Doue…
» Mar ne chilaouez breman hon feden,
» Arvor a gouezo dindan an estren ;
» Ha ganti ive, en noz an amzer,
» E kouezo hon gouenn hag hon yez ken kaer ! »
O burzud, burzud ! Doue-Galloudus
A chilaon peden Arvor gwall-eürus…
Savet zo eur vouez dimeus kalon Breiz,
Hag an holl kerkent a zired a-leiz.
Mouez ter ha nerzus, ha mouez entanet,
Da vouez, Alan-Meur, o Roue karet !
Dimeus lein mene Arez, mene-Dû,
Eur youc’haden grenv a nij a bep tu ;
Eur youc’haden grenv, eur you a stourmad :
— « Frankiz d’an Arvor… d’an trubard, argad !!! »
Gant skouer Alan-Meur, kennerzet kerkent
Arvoriz, d’e heuilh, en em lak en hent…
Enebourien Breiz a zo spouronet,
Bugale Arvor a zo kounaret !
En o fenn Alan, tad karet ar Vro,
Breiziz er brezel a zo tud garo !
Evit kaout an trec’h, Alan da Zoue,
En hano Arvor, Alan ra eul lê :
— « Mar teu d’in trec’hi war m’enebourien,
» D’ac’h, o ma Doue, e vin da viken ;
» An dekved loden dimeus ma mado
» A vo roet d’ac’h mar salvan ma Bro ! »
En bro Kistember zoudarded Alan,
A dizam o bro dimeus an Norman ;
Krenv eo ar stourmad ha war an dachen,
An Normaned louz a varv vel keilhen ;
Stankoc’h vit ma koue greun dindan ar freilh,
Korf an Normaned zo mad d’ober teilh !
Douar Kistember gant ar gwad zo ru
Gwad Norman hepken eo a ruilh dru, dru…
D’o zro, an dud fall a yud gant kounar,
Alan-Meur a zo eur roue dispar !
Dismantret, drailhet, gant tud an Arvor,
An amprevaned a glask hent ar môr ;
C’hoant da vat o deus da vont d’ho listri,
Ne dalve ket d’ê… O zro zo arri !
Pemzek mil outê a deuas d’hon Bro,
Pevar c’hant hepken a yeas en dro !
Dre c’halloud Alan, e c’halloud hepken,
Ez eo dishual Arvor da viken !
Holl vugale Breiz, tud yaouank ha koz,
A roïo d’Alan o gwellan bennoz…
Ra vezo karet Alan, tad hon Bro,
Ra vo gant an holl meulet e hano !
Ar Roue Alan, tachen Kistember,
D’ar galon vreizad dalc’hmad a vo ker…
Eno he deus bet Arvor he frankiz,
Miromp an Envor outê, kenvroïz,
Ma vezo dalc’hmad betek fin ar bed
Meulet o hano gant ar Vretoned !
————
Gwerc’hez Plizidi
D’ an aotro Joanno, person Plizidi.
I
O ma Breiz dudius, bro a viskoaz meulet,
Gant an holl out karet, n’eo ket hep digare,
Kaer e vo da gana, awalc’h na vi meulet, Rak koant ez out, en gwirione !
War da zouar hepken e ve kavet lec’hiou,
Ha n’o deus ket o far ’barz ar Grouadelez ;
Me a garfe beva kalz, kalz a gantvejou Evit da gana hep paouez…
.................................................................................
En touez meur a vene, kollet en bro Kerne,
En sioulder ar maeziou, pell eus ar skoueriou fall,
Piou n’anve eul lec’hig binniget gant Doue, Eul lec’hig fur dreist ar re-all ?
Eul lec’h en pehini eman an holl doujus,
Elec’h mar kerz an dud war roudou ar zent koz,
Elec’h m’eo ar bugel d’e d’ad, d’e vam zentus, Elec’h zo peuc’h ha de, ha noz ?
Piou n’anve ar barrouz, — o gwellan madelez ! —
Ar barrouz dibabet gant ar Werc’hez Vari,
Da vezan eul loden eus he Rouantelez, Piou eta n’anve Plizidi ?
II
Plizidi a zeblant, pa ve gwelet a bell,
Bezan dimeus bro Lourd eun henvelidigez :
— « Perak ne vefe ket eun eil Masabiell, » E laras eun de ar Werc’hez,
» Perak ne deufen ket da gavout eur jijen,
» En harz an iliz koant hag ouz troad ar mene ?
» Aman ma bugale a larfe eur beden, » Aman e taoulinfent gant fe… »
Neuze — burzud dispar ! — eur zulvez d’ar mintin,
Kristenien Piizidi a zavas zouezet ;
Moueziou drant ar c’hleier a vralle gwall sklintin, Ouz lein o zour dantelezet.
War askell an avel, dre ar vro tro war dro,
E rede eur c’helo : — « O gwellan neventi…
» Plijet eo gant Mari dont da chom en hon Bro. » Bretoned, deut da Blizidi ! »
Hag an holl a deue, karget a levenez,
A-dreuz d’al lanneier, traouiennou ha parkou,
D’enori o Mam vad, da bedi ar Werc’hez, Ha da gana d’ei kantikou…
Dirak ar skeuden gaer pep kristen a stoue,
Ha dimeus pep kalon, dre anaoudegez vad,
E tec’he eur beden, peden a drugare… Lourd oa deut da vro ar breizad !
Ya, Lourd en gwirione, gant roc’h Masabiell,
Lourd gant eur skeuden goant, skeuden dener Mari.
A zav war zu an nenv he daouarn hag he zell… Lourd, Lourd war douar Plizidi !
Lourd ebarz ar vered, — o taolen frealzus ! —
Ar Werc’hez o tiwall beziou ar Re-Varo ;
Oh ! Anaon karet, c’houi a zo evurus, Mari a glev ho hirvoudo !
Ganac’h me a garfe dindan kenkoulz skoazel,
Kousket en ho pered, ya, ma hun diwezan,
Ha bezan luskellet gant ar c’hleier zantel, A zon klemmus ar c’hlaz aman…
III
— O Gwerc’hez Plizidi, chilaouet ma feden,
Difennet Breiz-Izel, m’ho ped, en han Doue,
Nag e teufe ar Fall war broïou-all da ren, Miret bepred hon Bro d’ar Fe !
Miret enni, miret giziou koz ha furnez,
Miret ane dreist-holl en parrouz Plizidi,
Ma laro peb breizad dimeus ho tud, Gwerc’hez Sed aman bugale Mari !
Plizidi a zo d’ac’h, d’ac’h he deus ’n em roet,
Ha c’houi ho peus kavet anezi deread,
Da vezan gant ho Mab ha ganac’h binniget, Bezet ganti karet dalc’hmad !
Binniget anezi hag arc’hoaz evel dec’h,
Plizidi a chomo skouer ar barrouz kristen ;
Ha, goude en Nenvou, he bugale dinec’h, A veulo ho Mam da viken !
Gwreg ar pesketer
An avel zo fuloret, ar môr a zo diroll,
Dimeus ar besketerez ez eo dizro an holl,
An holl en kichen an tân zo evurus meurbed,
Goude eun devez trubuilh, eun devez poan-spered.
Neuze war lein an dosen e welched eur plac’h kez,
En he daoulagad daerou, en he c’halon enkrez ;
En dro d’ei tri vugelig, juntet o dornigo,
O laret : — Mam, na ouel ket, hon zad a deuï en dro !
— Pell zo, eme ar vam baour, tleje bezan er ger,
Na gustum chom diwead pa ve fall an amzer ;
Ma bugaligou vihan, an noz zo tenval, du,
Pedet Doue evitan, et da gousket dustu… !
Ar vugale ’n eur bedi a zo et da gousket,
An anken gant eun hunvre oute zo pellaet !
Gwelet reont en dro d’e zent hag êledigou :
Baradoz ar vugale a zo en hunvreou !
Ar vam gez a zo bepred war he zosen uhel,
Yudal e ra ’n he diouskouarn trouz ar môr, an avel ;
Ouz he zreid war ar gerrek, gant eur gounar spontus,
E tilamm ar gwagennou, gante eun drouz heuzus,
Ous ar môr dichadennet hi a chom dizeblant,
He daoulagad er pellder a zell gant nec’hamant,
Kredi ra d’ei a-wechou, eus kreiz he foan-galon,
Klevet eur vagig vihan o tont war ar môr dôn…
Siouaz ! pa zell en dro d’ei he wel ar wirione,
An avel a yud bepred, ar mor zo didrue ;
En pep ti, en pep lojen, an dud a zo kousket,
He fried n’eo ket distro… He c’halon zo rannet !
Distrei ra d’he zi bihan, dour en he daoulagad,
Kousket eo he bugale, kousket ha kousket mad ;
Neuze he tec’h adarre daoust e d’an amzer gri,
Da chapelig ar Werc’hez hec’h a da hirvoudi…
— « O Gwerc’hez ar Gwir-Zikour, Mari Stereden Vor ;
» Miret ouz ma bugale d’en em gavout minor ;
» Roet d’eur vam ankeniet gwir frealzidigez,
» Miret outi, o Gwerc’hez, da vezan intanvez… ! »
Eun hanter-eur pe war dro hec’h eo bet er chapel,
Daerou puilh he deus skuihet ouz treid he Mam zantel ;
Deut ez eo c’hoaz war he c’hiz da chilaou er mor braz,
War ar mor braz dirollet n’he glev netra, siouaz !
Glac’haret-tre ar wreg paour a distro c’hoaz d’he zi,
Hanter-noz a zo zonet, he den n’eo ket arri ;
War he daoulin eo kouezet, braz, braz eo hec’h anken :
Da gennerzi ar c’hristen n’eus ket vel ar beden !
Pedet he deus ar Werc’hez, pedet he deus Doue,
Pedet evit he fried, evit he bugale ;
Tre ar beden, an daerou, e tremen an nosvez,
N’eo ket evit diskwiza : he fried zo er-maez ?
Er-maez ar môr dichaden, gant an avel zavet,
A zailh ebarz e aochou vel eul loen pennfollet ;
An noz a zo ankenius, ober ra grizilh, glao,
Vit ar vagig dilerc’het an amzer n’eo ket brao !
— O pebez nosvez anken, e lavar ar wreg kez,
O de, deus buhan en dro, ma tec’ho ma enkrez,
O mintin, deus eta prim, da rei d’in-me kelo
Dimeus tad ma bugale… Lar d’in, n’eo ket maro !
Ar beure evit ar plac’h a zo re bell o tont,
Ha c’hoaz dre ma tosta d’ei e kresk, e kresk he spont ;
— Marteze vo kêlo mad, inarteze fall… piou oar ?
Ha mar vefe kêlo fall, d’ezi gwasât glac’har !
Deus forz gouela ha pedi, ar mintin a doste,
Mar na darz ket c’hoaz an de, noz n’an eo ken ive ;
Kentan dremvel ar mintin, war ar môr gourdavet,
A zeblant eul linsel-gaon, ankenius da welet…
Ar vam baour hanter-varo, a dec’h eus he lojen,
Ar spi ebarz he c’halon, he sav war an dosen
Tenvalik eo c’hoaz ar mor… — Forz kaer a zo, emei.
Dre ho sikour, o Gwerc’hez, m’hen gwelo o tistrei,
P’he deus sellet en pep lec’h ha zellet en pep tu,
War an drêzen tost d’ezi hi a wel eun dra du ;
Hep gouzout, na oar penoz, he lez eun hirvouden,
Gant he foan-galon ive eo kresket hec’h anken.
Eun nerz krenv eur c’hoant krenvoc’h he c’has warzu an dra.
O tiskenn ebarz an aod : — Petra ez eo, petra ?
He c’halon a lamp enni p’en en gav war an trez…
Eur griaden a c’hlac’har… — O Per, ma fried kez !
En e gichen eo semplet o tont d’hen briata,
Mes, alaz ! ar pesketer n’eo ken eus ar bed-ma ;
E zaoulagad zo zerret ; war e drem dislivet,
Bet blonset gand ar gerrek, e ruilh ar gwad duet !
Aman, aze ha du-hont, gant ar mor dismantret,
Eman tammou ar vagig, tolet ha distolet ;
Dimeus ar vagig drailhet, hi na ra van abed,
Daoulinet war an drêzen, he komz ouz he fried…
Mantrus ez eo da sonjal glac’har kri ar wreg-man :
— « O ma fried, ma fried, klev ac’hanon breman,
» Digor c’hoaz da zaoulagad… Hep mar ez out kousket,
» Komz diouin vel da kustum, evit na ouelin ket… »
Kaer he deus gouela, gouela, he fried zo maro,
Komz outi war an douar biken ken na raïo !
Neuze ar vam c’hlac’haret a sonj en he stad kri ;
— Maro eo ar gonidour, penoz rin, emezi ?
Penoz a rin-me breman dimeus ma bugale,
Pa n’o deus tad abed ken da brient bara d’ê ?
War-ze ken gwaz ha biskoaz e tistank he daero…
— O ma Doue, ma Doue, perak n’on ket maro ?
Kerkent ous ar chapelig e tec’h eur vouez sklintin,
Mouez seder ar c’hloc’h o son Anjeluz ar mintin ;
Ar zon vel eur c’halvaden ’ra d’ei zevel he fen,
En despet d’he foan-galon bepred hec’h eo kristen !
— « Itron-Varia-Drue pounar ez eo ma c’hroaz ;
» En kenver hini ho Mab n’eo netra abed c’hoaz ;
» Ma glachar ma’z eo ken braz, brasoc’h oa ho hini,
» Roet d’in nerz, o Mari, eveldoc’h d’en trec’hi ! »
Peden gaer an intanvez gant Mari zo klevet,
He glac’har a zo trec’het hag he foan distanet :
— « An Doue madelezus a vev al lapousig,
» Na zilezo birviken stad ma zri vugelig…
» Pegwir e wisk ar vleuen kaeroc’h ’vit Salomon,
» Pegwir ec’h anve reiz mad ezommou ma c’halon,
» E roïo d’ar vinored, d’an intanvez skoazel,
» Ra vo gant an holl meulet e hano ken zantel ! »
En disheol ar chapelig korf paour ar pesketer,
A zo breman douaret ; war e ve e lenner :
— Aman e tiskwiz en peuc’h, Per-Mari ar Steuno,
Kollet ebarz eur penze… Doue d’hen pardono ! —
Bemde aboue ar vam gez, d’an noz ha d’ar beure,
A deu war be he fried da zaoulina gant fe ;
Eno, gant he bugale, hec’h ankoua he foaniou :
A-dreuz d’ar be ar beden a unan kalonou…
————
Kousk an Tad
D’an Aotro Lostec, kure Zant-Servez.
Eur bugelig bihan ’n e zav ouz troad ar gwele
Elec’h oa korf e dad maro ha, siouaz, yen,
Digant e vammig paour en glac’har, a c’houlenne :
— O mam, lar d’in perak ma zad kez na gomz ken ?
Ar vam, en eur ouela, a laras d’he c’hrouadur :
— Ro peuc’h, ma êl bihan, da dad a zo kousket,
Deus war galon da vam, chom aze didrouz ha fur,
Chom da c’hortoz ma vo da dadig dihunet…
An de warlec’h ar vam, daerou en he daoulagad,
Eur bugel eus he dorn, a heuilhe d’ar vered
Korf an hini oe bet eviti eur pried mad,
Korf an hini a oe falc’het kreiz e vec’hed…
Ar bugel, re dener, vit anveout ar glac’har,
A lavare d’e vam gant eur vouezig karet :
— Na ouelez ket, o mam, me da vugelig da gar,
Ha me a roïo peuc’h tra vo ma zad kousket !
Pa oe ’barz ar be dôn diskennet ar c’horf maro,
Goude ma oe an holl dud tec’het ac’hane,
An êl digant e vam a choullas ’n eur skuilh daero :
— Mam, mam, lar d’in, ma zad a chomo pell aze ?
Ar vam dezan laras gant eur vouez leun a anken :
— Da dad, ma bugelig, zo aze o kousket…
Evidout, krouadur, ar vered a zo gwall yen,
Deus ganin-me d’ar ger ac’han vo dihunet !
An tad vit ar bugel chome re bell da gousket,
Ha pell, en gwirione, e pade e hunvre ;
Eun de an êlig paour, war e ven-be gourvezet,
Gant eur vouez truezuz d’ezan a lavare :
— O ma zad, ma zad kez, chilaou ’ta mouez da vabig,
Poent braz eo d’it dihun ha dont c’hoaz d’am gwelet ;
Oh ! deus ganin d’ar ger, deus da welet ma mammig,
Zav alese breman, awalc’h e teus kousket !
Kaer hen doa ar bugel pedi, pedi kalonek,
E dadig kez maro na re van ’bed outan,
Neuze e tistankas da ouela dourek, dourek,
P’en em gav e vam da frealzi anezan :
— Ro peuc’h, ma bugelig, da dad a zo gant Doue,
Biken ken war ar bed na deuïo d’ez kwelet ;
Ped evitan, bez fur, ma c’halli monet eun de
Gantan d’ar Baradoz elec’h eo dihunet !
Aboue en e bater ar bugel, mintin ha noz,
A bed evit e dad hag a dalc’h sonj outan,
Hag en eur hunvreal, kousket en e wele kloz,
E wel an devez kaer m’en em gavo gantan…
Eno vo evurus ebarz kreiz al levenez,
Eno e dad karet na vezo ken kousket…
Eno e vevo pell eus poan, trubuilhou, enkrez,
Er Baradoz an holl a vezo dihunet !!
Eun noz o vale dindan an derv bras
Me a chomas gwall zouezet,
O klevet bravan mouez a zistonas
Dindan ar c’hoajou morgousket…
Ar vouez a gleven a zeblante, hep mar,
A bell eur vouez kaer ha dudius
Ha dre ma tostaen d’ezi, o glac’har !
Oa henvel ouz klemmou truezus…
Sioul ha didrouz ez on chomet neuze,
Dirakon na pebez taolen ;
En e zav eur Barz koz a hirvoude
Eus son ankenius e delen ;
E zaoulagad zavet war zu an Nenvou,
E zeblante bezan o pedi,
Eus e vuzellou paour e koueze komzou
Leun a c’hlac’har hag a velkoni…
— « Pell amzer zo am eus bet hirvoudet,
» War stad glac’harus ma Bro goant,
» Hirie evelkent e choman mantret
» Gant ar vez hag an nec’hamant,
» O welet Breiziz o tilezel a-grenn
» Giziou koz ha fur ar Vretoned,
» Hag o plega seder evel tud dibenn,
» Da skoueriou hudur ar C’hallaoued…
» Em amzer gentan, pa oan o sevel,
» An holl a gane kalonek,
» Eus eur penn d’egile da Vreiz-Izel
» Zoniou ha gwerziou brezonek ;
» En amzer-ze e oa kalz a garante
» Evit an hano kaer a Vreizad,
» Breman ma c’henvroïz, tud didrugare,
» O deus holl ankouaet o brud vad !
» Hon yaouankizou n’o deus ken dudi
» Gant kaerder o Mam-Vro garet :
» Kement dismeganz a reont d’ezi.
» Gantê Hi a zo dilezet !
» En he zraouiennou, war lein he meneou
» E klever… Doue, na pebez mez !
» He bugale o komz… True, Kendadou,
» O komz pep tra, pep tra ’ med he Yez…
» Gwechall er pardoniou, en ebatou,
» E kane dalc’hmad ar Varzed ;
» Breman, siouaz, en donder ar c’hoajou,
» Me a guz bec’h ma foan-spered ;
» Hekleo ma Zelen p’en klevan o tiston
» A laka ma daerou da ruilhal,
» Dirak he c’herden skwiz e ran ma c’halon,
» War ma dilez e plegan ma zâl !
» Aman dindan an derv, ma-unanig,
» E teulan ma zon diwean !
» Bet a vijen evurus eun tammig
» Mar klevfe an dud ar c’hân-man…
» Mes eus mouez ma Zelen hekleo ar c’hoat braz
» Na ra ket, nan eur zeblant zoken,
» Daoust ha me a varfe, a varfe, siouaz !
» Hep na glevfe den ma c’hlemmaden ? »
D’e vouez, ken ankenius, ha d’e glemmou
Eo bet teneret ma c’halon :
— « Bez evurus, Barz koz, sec’h da zaerou,
» Rak klevet am eus bet da zon,
» Daoust e d’an avel fall a c’houe war hon Bro
» Hon yez karet a vevo bepred ;
» En despet d’an dud fall, ive d’o skouerio,
» Ni a gomzo yez kaer ar C’helted !
» Bez eta dinec’h… pa garo Doue,
» Kwita ar bed-man hep anken,
» En Breiz a reno c’hoaz ar Garante
» Hag ar Brezoneg da viken ! ! »
— « Trugare, trugare, ha d’it ma bennoz,
» E laras ar Barz koz, evurus,
» Kenavo, kenvreur, du-hont er Baradoz
» Hon Breiz-Izel a vo peurbadus ! »
Em amzer gollet me a blij d’in
Redek a-dreuz d’ar parkeier,
War ar yeod, karget a c’hliz-mintin,
Dindan lagad an heol seder ;
Neuze e c’hallan ma-unanig,
Mont ha dont evel a garan
Ha chilaou mouez drant al lapousig
O kana eur zon ar vravan…
Neuze, war ribl ar gwinojennou,
Pe a hed ar waz o tremen,
Dinec’h, e kutuilhan bleuennou,
Bleuennou koant vit ma zelen ;
Bleuennou dimeus ma Breiz-Izel,
Leun a zouster hag a c’houez vad,
Bleuennou hag a zeblant henvel
Ouz glanded ar galon vreizad.
Da gentan war eul lannek dispar,
Goloet a c’herrek kousket,
En eur vale… Oh ! na me a gar
Kutuilh bleuniou lann alaouret !
Ha dudiusoc’h a gavan pell
Kutuilh, eus ma broïg Arvor,
Ar vleuennig vruk a garan well,
Rak hi eo bleuen an Envor !
Gant bleuniou bruk, lann, ha re valan,
Bleuniou ar parkou, ar prajou,
Bleuniou kaer, dister, braz ha bihan,
Kavet ganin a vriajou…
E tistroan d’ar ger, evurus,
Ha neuze, leun a levenez,
Dimeus ma bleuennou niverus
E ran eun dibab gant evez…
Warlec’h an dibab e ran gante
Eur gaer hag eur goant a vokad,
Ha hennez a ginnigan goude
A greiz kalon d’eur mignon mad ;
Ar bokad-se a ve, peurvuian,
Eur zon pe eur werzig tener
En pehini ar sonjou gwellan
A ve ive, d’o stum, bleun kaer :
D’ac’h ar pezig-man, Kloarek-ar-Wern,
O teurvezet hen digemer :
Ma bleuniou zo bet klasket a vern
Dre ar c’hoajou, al lanneier ;
Da laret eo ’refont plijadur
Ha d’ho spered ha d’ho kalon,
Dre-ze o lezan da vont, distur,
Da laret de-mad d’am mignon !
————
War ar Ster
D’an dimezeled de la Bégassière, Gwengamp.
War dôn : Itron-Varia-Bempoull.
Pell dimeus trubuilhou ar bed,
Hag eus he zrubarderez
War da zour, sterig koant meurbed,
Na bravât luskellerez !
— Luskell dudius, o bagig,
War dour sioul ar sterig,
Kerz didrouz etre he riblou,
Alaouret gant ar bleuniou,
Rak warni me zo laouen,
Seder, seder, hep anken…
Tra ma kerzez, pebez dudi !
Me a glev evnedigou,
Ebarz ar gwe o richani
Zoniou drant, kanaouennou…
— Kanit, kanit, evned bihan,
Meulet bepred hep ehan
Krouer ar bed hag ho krouer,
Kenkoulz evel hon Zalver…
Kanit da Zoue bemde
Roït skouer d’an dud dife !
Aman hunvrean evurus,
Pell eus pep trouz, pep safar,
Al lec’h-man a zo dudius,
Seurt n’eus ket war an douar !
— Oh ! dirak eun daolen ken kaer,
Karget a gân, a zouster,
Skanvaet dimeus da boaniou,
Sav ma c’halon d’an Nenvou,
Kas evel eur goumoulen
War-zu Mari eur beden !
Barz, ive ma fell d’it kana,
Deus ganin-me eur pennad
D’hunvreal war ar sterig-ma,
Te n’az po ket keun, zur mad,
— Aman e kavo da delen
Peadra vit he c’herden,
Da gana an evurusted,
Elec’h ’n em blij ar spered,
Da gana gant al lapouz
Dudi al lec’hiou didrouz…
————
Gwerc’hez ar C’hoat
D’am breur Pipi.
En parrouz Zant-Servez,
Ebarz kreiz ar c’hoat braz,
Tostik da Gerbernez,
Kuzet touez ar gwe glaz,
E kaver eur garrek
Ha hi rannet ken c’houek,
Ma c’houller zouezet :
Petra zo c’hoarvezet ?
Ar roc’h, eun amzer oe,
Oa da vezan drailhet…
Faoutet oe… Mes goude
Ar roc’h na goueze ket ;
Ankouaet oe eno,
Hag aboue an dudo,
Dizeblant, yen ha kri,
Na sellent ket outi…
Mar n’oe ket dispennet,
Eo felle d’ar Werc’hez
Bezan warni karet
En kichen Kerbernez,
Ha kavout he skeuden
Kuzet en eur jijen,
Zavet ouz troad ar roc’h,
Lec’h ma vije koantoc’h !
Setu perag hirie,
— Trugare da Pipi —
Ouz troad ar garrek goue
Eman skeuden Mari…
Skeuden garantezus,
Dous ha madelezus,
Hon mam, hon Rouanez,
Itron-a-Gerbernez !
Nag eo koant da welet
En eul lec’h ken dispar,
Elec’h na glever ket
Trouz abed, na safar,
Nemed evnedigou
O kana kantikou,
Ha mouez flour an avel
Beg ar gwe o vervel…
A-us d’ar roc’h glazur
Groet gand illeo, dero,
Mesket, hep renadur,
Gant koat kelve ha fô,
A ra eus al lec’hig
Eur goant a chapelig,
Elec’h e plij d’an den
Lavaret eur beden.
Er c’hoat braz, tremener,
Ma tigoue dit, eun de,
E-tal ar jijen gaer
’N em gavout da vale,
Me a bed ac’hanout,
Ma welez dirakout
Drem ar Werc’hez Vari,
Da stoui d’he fedi :
Oh ! ped anei, hep aon,
Hi zo Mam d’ez Salver,
Lar d’ei da boan-galon,
Ar Werc’hez zo tener…
He daoulagad zavet
Hag he daouarn juntet,
Gant karante he lar :
— O bugel, me da gar !
Kantik Itron-Varia-Gerbernez
War don : Ni ho salud, stereden Vor.
D’am c’hoar Mari.
Diskan
Gwerc’hez hon Mam, hon Rouanez ;
Itron-Varia-Gerbernez,
Klevet peden ho pugale
Ha roet ho zikour d’eze !
Vel ma red warlerc’h e vammig
Ar bugel dister, bihanig,
Velse war ho lerc’h, mam zantel,
E tiredomp da glask skoazel,
Dirak ho skeuden vinniget
Holl ez omp aman daoulinet,
Holl a c’houlennomp gant kalon
Bennoz ar Werc’hez, hon Itron !
An dudou paour war an douar,
N’o deus nemed anken, glac’har ;
Mari, Mam da Zalver ar bed,
Bezet oute true bepred !
Warnomp dimeus lein an Nenvou,
Teurvezet distrei ho sellou ;
Groet ma kouezo evel ar gliz
Ho krasou war vro ar Vreiziz…
Breiz-Izel he deus a viskoaz
Karet ar Werc’hez he c’haras ;
Dre-ze en pep parrouz ’n hon Bro,
E klever meuli ho hano !
N’ankouaet ket ar garante,
Hon deus holl evit Mam Doue ;
Ha pa vefomp gwall-ankeniet,
O Gwerc’hez, n’hon dilezet ket !
Na dilezet ar Vretoned,
Tud a galon, a lealded ;
Roet d’e, vel en amzer goz,
Evurusted bemde, bemnoz…
Eur brezel didrue ha kri
En hon Bro a zo groet d’imp-ni ;
Eneb kantved ar falz-kreden
Miret hon Breiz d’ar Fe gristen !
Laket en kreiz ar vugale
Karante ha doujanz Doue ;
Roet furnez d’ar vam, d’an tad,
Da ren o ziegez ervad…
Laket dre-holl gwir unvaniez,
Peuc’h kristen, nerz ha levenez,
Ma laro peb unan ’n e di
Trugare d’ar Werc’hez Vari !
Diwar jijen koant, koant ho roc’h,
Lec’h ma zeblantet d’imp kaeroc’h,
Diwallit mad tud Zant-Servez,
Dalc’hit sonj ouz re Gerbernez…
Neuze enpad hon buegez
Ni ho karo welloc’h Gwerc’hez,
Da c’hortoz monet d’an Nenvou
D’Ho meuli gant hon C’hendadou !
DIRAK AR MOR
Hirvoudou
D’an aotro Cozan, kure Plistin.
O mor braz ha divent, mor kaer, mor dudius,
Dirakont adarre ’n em gavan evurus !
Deut ez on c’hoaz eur wech d’ez kwelet eur pennad.
Karout kalz a rafen chom ’n ez kichen dalc’hmad.
Da alan yac’hus, flour, war ma drein a dremen
Ha da vouez o krozal a zeblant eur beden…
Eur beden ar gaeran, eur beden peurbadus,
A zav diwar ar bed da Zoue-Galloudus.
D’an aod gant al lano e teuez ’n eur drouzal
Ha da wagennou koant a frez en eur strinkal…
En eur strinkal warnon o dour gwenn, glaz ha gwer,
Choant d’ê da laret d’in : Sell ’ta, na pegen kaer !
Ouz da welet ken koant ne skwiz ket ma sellou,
- Bravât ma ’z eo ar môr dindan bolz an Nenvou !
Dirakout ma c’halon a zo ive laouen,
Ankouaet eo ganti he zrubuilh, hec’h anken…
Kollet he deus ar sonj dimeus bro ar c’hoajou,
Tridal he ra gant joa o welet da aochou !
He flijadur gentan, hec’h amzer dremenet,
Dirakout, o môr braz, zo breman dihunet…
Dihunet int ken beo, ken buhan war an dro,
Ma kred d’ei he deus groet eun hunvre gwall-c’houero…
N’hall birviken sonjal e ve bet pellaet
Eus da aochou trez flour, eus da riblou karet !
Koulskoude en anzav ez eo red mad d’ezi,
Dirak ar wirione e teu da hirvoudi…
Hirvoudou a c’hlac’har, a geun, leun a zaero,
Daoust e d’he c’harante vo red d’ei mont en dro ;
Na petra zo kiriek n’haller ket er bed-man
Chom el lec’h a garer dreist pep tra ar muian ?
Da ze e lavar d’in da vouez krenv, mor divent,
— « Kar Doue da gentan, kerz goude gant da hent ! »
Oh ! pa vin pellaet, digouezet er c’hoajou,
Klevet a rin da vouez a-dreuz d’ar meneou ?
Ha ma n’he c’hlevan ket a-dreuz d’ar meneou,
Me a yelo d’he c’hlask dindan pin ar c’hoajou…
Ennê o c’houibanât e klevin an avel,
Dimeus da vouez, ô môr, hen a vezo henvel ;
D’en chilaou ma c’halon a vo ive digor,
Ha, seder, he laro : — Klevet ran trouz ar mor !
Berrât ra amzer, tostât ra d’an termen,
O mor, me a garfe n’az kwitafen biken !
Hogen pa ’z eo red d’in laret d’it : Kenavo !
Evit ’n em frealzi bemde me a gano :
O mor braz ha divent, mor kaer, mor dudius,
Pegoulz c’hoaz dirakout ’n em gavin evuruz ?
Zant-Efflam, meurz 1904.
————
Ma Filhorez Vihan
Da Filomena Marec.
Pell amzer zo e sonjen : — Pegoulz e teuï an de,
Ma c’hallin bezan paeron ’vel an dud-all ive ?
M’am bo eur filhor bihan pe eur filhorezig
Evit gallout ’n oc’h enor kana eun tam zônig…
Zammet gant se ma spered eun devez me yeas
D’ober eur valeaden ebarz kreiz eur c’hoat bras ;
Eno eun evnig bihan, gane war eur ween
Hag a lavare : — « Mignon, bezan ’z po da c’houlen…
» Bezan ’z po eur filhorez, d’ezi te vo paeron,
» Hag ouspenn c’hoaz e kredan te a vo d’ei tonton ;
» Hi a vo d’it filhorez, bezan vo da nizez,
» Daou zigare d’it, mignon, da gavout levenez ! »
P’am oa klevet ar c’hêlo oan chomet zouezet,
Da zellet ouz an evnig am eus bet ’n em laket…
Mes al lapousig bihan, skoemp, skoemp reas frou, frou !
Ha biskoaz goude er c’hoat na welis an aotrou…
Gwir laras al lapousig, frealz zo em c’halon,
Bezan ’m eus eur filhorez, d’ezi me zo tonton !
Eur filhorez ar vravan… oh ! koant en he c’havel,
Mar dije bet diou-eskell oa mad d’ober eun êl !
Ma filhorez he deus bleo melen evel an aour,
Ken seder ha pemp kwenneg ez eo ar c’hezig paour ;
He lagadigou vihan zo glaz, lirzin, laouen
Hag he diouchodou ru-skler zo evel diou rozen !
Sard ez eo ma filhorez, c’hoarzin he ra dalc’hmad
Bezan ez eo eun didu d’he mam, kenkoulz d’he zad ;
Ganti kollont oc’h amzer, ha piou na rafe ket ?
An neb an eus eur bugel an eus evurusted !
An holl kichen an êlig an em gav evurus
Holl a lavaront d’ezan komzou brao, dudius ;
Eur blijadur eo ive gwelet na pegen drant
Ez eo ar plac’hig vihan en zae he badeziant !
Me ive ’m eus plijadur en kichen he c’havel,
O sonjal pegen dister on bet pa oan bugel…
Mes hi, en eur vousc’hoarzin, a zav he daou dornig
Ha me ’n eur c’hoarzin ive a lar : ma c’halonig !
O welet pegen seder ez eo ma filhorez
E teu kerkent em c’halon eun tam tristidigez :
— Petra eta zo kiriek eo red d’ar c’hrouadur,
Kavout war an douar-man glac’har, displijadur ?
Da betra na chomfe ket an den bepred laouen,
Elec’h kavout poan-spered, trubuilh, ive anken ?
Perak eta an den paour ken joaüs ’n e gavel
Eo red d’ezan kavout poan, enkrez betek mervel ?
Mes lezomp an holl draou-ze a goste vit hirie,
Kanomp a greiz hon c’halon, kanomp gant karante,
Levenez ar vam, an tad dirak o bugel kez,
Evurusted ar paeron, hini ar vaeronez…
Breman ar pez a c’houllan evit ma filhorez,
Ma vo enpad he bue eur plac’h leun a furnez,
Eur plac’h a zoujanz Doue, zentus d’he zad, d’he mam.
Hag a gerzo en pep lec’h uhel he fenn, divlam !
Kalz a dud a c’houlenno : — Daoust e piou eo an den
An eus laket en e benn sevel ar ganaouen ?
— Hennez, en bro ar c’hoajou, zo eur c’hos-vartolod
Ha pa gav hir an amzer e sonj c’hoaz ’barz an aod…
————
GOUEL an ANAON
(Noz Gouel an Holl-Zent)
War don : A vihanig am eus pec’het…
Ar c’hleier ebarz o zouriou
A zon hirie truezus,
O mouez a zeblant d’imp klemmou
An Anaon gwalleürus…
Sonj e tigasont d’imp-ni c’hoaz
Dimeus an holl ineou,
A c’houlen en o enkrez vraz
Ouzimp zikour d’o foaniou !
Chilaouomp eta, tud kristen,
Klemmou hon c’herent maro,
A zo pell zo ’ barz an anken
O c’hortoz hon fedenno.
Demp holl, mar karet, d’ar vered
D’ober enni eun tam tro ;
Ha war o beziou daoulinet,
Evitê ni a bedo…
— Tosta ’ta, pried glac’haret,
Ha pa vi ouz troad ar be,
Elec’h ’man korf da wreg karet,
Ped Doue vit hec’h ine !
Tad ha mam gez, skuilhet daerou
Aze war be ar bugel,
A dlee en fin ho teïou
O sebelia kent mervel…
Sed-han aze ’barz ar be dôn,
Gant an Ankou eo falc’het,
Ranna ra hirie ho kalon,
Evitan pedet, pedet ! !
— Bugale, potred ha merc’hed,
Stouet war be mam ha tad,
Dre o foan ho peus eürusted,
Evidoc’h ez int bet mad…
Pedet evit ho tudou kez,
Skanvaet d’e o foaniou ;
Bezet sonj outô aliez,
Dizammet o ineou !
— O breudeur ha c’houi, c’hoarezed,
D’an den yaouank zo aman,
Petra talv d’ho korf kaout gened
D’an douar ’teuï da vreinan
Deut ive da ouela dourek
War be ho preur pe ho c’hoar
Marteze c’houi a zo kiriek
D’e anken ha d’he glac’har…
Kristenien, na pebez kentel,
Roet d’imp gant ar gouel-ma ;
P’eo gwir ez eo red d’imp mervel,
Karomp Doue en pep tra.
Ankouaomp hon dizunvaniez,
Hon c’hasoni, drouk-komzou,
Hag impliomp mad hon devez
Da zikour ar Re-varo !
Pedomp hirie braz ha bihan,
Koz, yaouank, tud a bep stad,
Evit an Anaon en poan
Oh ! pedomp a galon vad !
Bezomp holl ive unanet
Da zikour an ineou,
Zo gant o c’herent dilezet
En kreiz an tân, er poaniou…
diskan
True, true, o ma Doue, Pardonit d’an Anaon ; Oute Jezus, true, true, Evite, pardon, pardon ! !
Kenavo…
Da F. Caurel « Evnig-Arvor ».
Kenavo ! komz leun a anken,
Leun a c’hlac’har evit an den…
Kenavo ! ive komz a Spi :
Goude ar c’himiad levenez,
Plijadur warlec’h an enkrez,
Ha de-mad goude hirvoudi…
Kenavo ! oh ! nag ez eo kri,
P’en em gav de an disparti,
Laret d’eun tad ha d’eur vam vad
Ar gomz truezus ha poanius,
Araok mont en hent glac’harus :
Kenavo mam, kenavo tad !
Kenavo ! pa ver pellaet
Dimeus kerent meurbed karet,
Nag eo frealzus d’an ine
Sonjal ebarz ar vignoned,
Ankouas trubuilh ha boan-spered :
Neuze e kresk ar garante !
Kenavo ! war hent ar vue
Me wel daou den seder eun de ;
Levenez o deus eur pennad,
O c’halonou a zo unan,
Enpad an devez o vouskan…
Zerr-noz ! digouezet ar c’himiad !
Kenavo ! diwean termen,
Eur pennad c’hoaz ha netra ken
En em garont hed an hent braz ;
Setu breman lec’h an daero,
Eur pok pe daou ha kenavo…
Pegoulz ? N’ouveer ket… siouaz !
Unan ac’h a gant e dam hent,
Hag egile goude kerkent,
O daou, mantret, e valeont ;
Gwech e tizroont o fennou
Evit zellet war o lerc’hou,
Ha kenavo, c’hoaz e laront…
Kenavo ! en displeg pellan
Unan zo distroet breman,
Ha d’egile e sav e vrec’h ;
Egile a deul c’hoaz eur zell
War e vignon arri pell, pell,
Ha kenavo e lar gant bec’h !
Kenavo ! evidomp, tud kez,
Er bed nemed tristidigez,
Hirie aman, arc’hoaz du-hont,
Neb lec’h peuc’h padus na gavomp,
A boan kouezet mad e tec’homp ;
Bemde o vont, bemde o tont !
Kenavo ! diwean kimiad,
Leun a grizder, a galonad,
A vo war hon gwele maro,
Pa gwitafomp ar bed pec’hus
Evit an Nenvou evurus, Lec’h na vo mui a genavo !
Kement-man zo da Gallagiz evit o fedi, en han Doue… Oh ! en han Doue, da zevel eur chapel ouz troad tour Bonvel, abalamour d’o zadou ha, dreist-holl, abalamour d’an amzer goz…
Me a zo eun tour dilezet,
Gant an holl aman ankouaet ;
E1 le’ch-man me a zo distro,
Kollet, kollet on ’ barz ma Bro !
Gwechall ma farrouz oa brudet
Ha ma iliz darempredet,
En dro d’in bep sul ha bep gouel
En em vode tudou Bonvel…
Evidon-me na glevan ken
Nemed kân klemmus ar gaouen,
A deu gant sklerijen al loar
Da gemer peurz ’barz ma glac’har…
Bonvel ! Bonvel !… Petra laran ?
N’eus ken trouz outi er vro-man ;
Na glever komz eus he hano,
Evit an dud hec’h eo maro !
Maro ez out, ô parrouz koant !
N’an eus ken diouit eur zeblant ;
Na chom diouit ’med eur skeuden,
Skeuden da Dour kreiz an dachen…
Skeuden da Dour ha gwareier
Da iliz koz, gwechall ken kaer,
War leur pehini ar yeod glaz
A zav hirie re stank, siouaz !
Ped gwech p’en em gave goueliou,
Badeziant, eured, pardoniou,
Am eus aman zavet ma mouez
Evit kreski da levenez…
Ma mouez breman a zo tavet,
Ma c’hleier a zo dianket…
Ma-unan e choman hirie,
Ouzin netra n’an eus true !
Kleier, a ganas ken sklintin,
Ennon bemnoz ha bep mintin,
Klevet ve hekleo ho moueziou
O tiston c’hoaz en traouiennou ?
Evidon-me na glevan ken
Nemed kân klemmus ar gaouen,
A deu gant sklerijen al loar
Da gemer peurz ’barz ma glac’har… !
Neuze pa goue sioulder an noz,
Me wel ebarz ma bered koz,
Ineou paour o tarnijal
Hag o tont warnon da sonjal…
Rak, ma Doue, pa zellan piz,
En dro d’in zo c’hoaz Bonveliz,
Bonveliz pell zo o kousket
Er vered lec’h m’int douaret.
War o be nebeut a welan,
Ar gristenien o taoulinan ;
Eveldon ez int ankouaet
Ha kenkoulz ha me dilezet !
D’o badeziant am eus kanet,
Ha d’o maro ar c’hlaz zonet ;
D’e breman me a hirvoudo,
War o doare me a ouelo…
O beziou koz ha koant meurbed,
Me glev hed an noz er vered,
O mouez truezus o c’houlen
Vit ho tud varo eur beden !
Hogen kaer ho peus damanti,
An dud chom dizeblant ha kri ;
Sonj ar Re-varo a zo yen,
Van ouz ho klemmou ne ra den !
An dud zo breman n’houllont ket
Bezan en dro d’ac’h douaret ;
Koulskoude en be o Zadou
Vije, me gred, mad o c’horfou !
Daoust e da ze, gwech ha gwechall,
Eur c’hoziad daoubleget ha fall,
E vleo kouezet war e ziouskoa
A deu d’ho pered ’n eur grena…
Ober ra eun dro d’ac’h, beziou,
Sonjal a ra en amzeriou…
Hag an dour en e zaoulagad,
E sell ouzin gant kalonad !
Dre an henchou dôn, pa oamp bugaligou,
Nag hon deus redet, nag hon deus lampet,
Nag a c’hoarzadeg, a c’hoariadennou,
Pa deuemp d’an noz gant hon zaout karet !
Diskan
Dre an henchou dôn, dre an henchou dôn,
Nag eo kevanus tremen an amzer,
Dre an henchou dôn, neuze ar galon
A deu da dridal gant sonjou tener…
Dre an henchou dôn, evidomp yaouankiz,
Nag a blijadur warlerc’h ar pardon,
O tonet en dro gant eur spered diskwiz,
Ennomp karante, karante gwirion.
Dre an henchou dôn, piou eta, piou eta,
N’an eus gouzanvet… teneridigez !
O klevet eostig us d’e benn o kana,
Eus koste e « zous » neuze levenez ?
Dre an henchou dôn, dre ma kreskomp en oad,
E sonjomp ive er brezel garo ;
Hon zud koz gwechall o deus skuilhet o gwad
Dre an henchou dôn ’vit o Fe, o Bro !
Dre an henchou dôn, envor hon C’hendadou,
A-dreuz d’an amzer eno zo chomet ;
O mouez binniget, gant kân an aveliou,
A deu, evurus, d’imp c’hoaz da laret :
Dre an henchou dôn, ped gwech hon deus klevet,
Enpad miziou du, hirvoud ha klemmou,
Klem ineou paour gant kerent dilezet,
Pe c’hoaz gwigour treut Karrig-an-Ankou ?
Dre an henchou dôn, pa glevomp ar chleier
O teul dre ar Vro salud ar Werc’hez,
E plij d’imp ive en eur dostât d’ar ger,
Gant o zon sklintin unani hon mouez…
Dre an henchou dôn, pleget gant ar gozni,
Meur a wec’h, marvad, teufomp da vale,
Sonj hon yaouankiz a vo d’imp eun dudi,
Ha daerou tener skuilfomp marteze…
Dre an henchou dôn… Oh ! chomomp, Bretoned,
Chomomp holl, m’ho ped, chomomp da vevan,
Na gavfomp neblec’h kenkoulz evurusted,
Bro an henchou dôn eo ar Vro gwellan !!!
————
Ar Garante Guzet
d’Efflammig an Henoret
I
Em c’halon zo diskleriet eur garante vraz, vraz,
Eur plac’hig a garan ; hi na oar ket… siouaz !
Eur plac’hig leun a c’hened, eur plac’h fur ha kristen,
Lavarout d’ei ma sonj e rafen, mar kredfen…
Kentan gwech ’m oa he gwelet e oa en ti he mam,
Lec’h chom ar plac’h yaouank didamall ha divlam !
An de-ze, hep goût d’ezi, outi e ris eur zell,
Eur zell a garante… O koantât turzunel !
Da zellet eus ar plac’hig am oa ’n em ankouaet,
Hag aboue an dro-ze ganti on goneet ;
Goneet ’deus ac’hanon gant he zellou lirzin,
Gant he daoulagad c’hlaz hag he c’hoarz ken sklintin,
He mouezig flour ha tener ’gomze ken dudius
Ma lake ma c’halon da dridal evurus…
II
Aboue ebarz ar c’hoajou e ven o hirvoudi,
Daoust na penoz a rin evit laret d’ezi ?
Pa ven pell, pell diouti, kollet em hunvreou,
Me a lavar neuze : — Outi me ’anzavo !
Siouaz ! pa ven ’n he c’hichen e choman dilavar,
Eus peb tra a gomzan nemed eus ma glac’har…
Me garfe vit komz ganti kavout mouez an Awen [6]
Pa gân dous ha tener war gerden ma Zelen,
Me garfe kavout ive mouez drant al lapousig
Evit laret d’ezi : — Ma dous, ma c’halonig ! !
III
Pa n’am eus mouez an Awen, na kân al lapoused,
Me gaso d’am dousig ma hirvoudou bepred ;
Eostig a gân er c’hoat dôn, kerz ’ta evidon-me
Da welet ma mestrez, lar d’ei ma c’harante…
Lavar d’ezi dre da gân : — « Turzunel ar goantan,
» Vit da wellan mignon, ez on-me deut aman…
» Deut ez on da laret d’it ar garante wirion
» A verv evidout-te ebarz kreiz e galon !
» Karout e ra ac’hanout, na gred ket en laret,
» Ha gant-se e spered zo bemde trubuilhet.
» Ar pez a c’houll diganit ez eo eur c’hoarzaden,
» Eur gomz eus da galon evit ma vo laouen ;
» An evurusan devez hen do war ar bed-man,
» Vo an de ma roï da galonig d’ezan…
» O turzunelig dinam, plac’hig fur ha dispar,
» Evitan, lar d’in-me : — mignonig, me da gar !
» Neuze ’vat, a denn-askell, me a yelo joaüs
» Da gas d’ez servijour ar c’helo evurus…
» Gant da gomz madelezus, e garante guzet
» A vo chenchet ganit ’n eur galon frealzet ! »
—o—
Eur potr yaouank glac’haret an eus zavet ar zon,
Pa na grede d’e “ zous ” laret e boan-galon…
————
MA C’HOULMIG
I
Gwechall e hirvouden
Ebarz ar c’hoajou dôn ;
Breman me a zo laouen,
Tridal ra ma c’halon !
Evit bezan eürus
Me a glaske bemde,
Eun êlig madelezus
Ha leun a garante…
Breman p’am eus kavet
An êlig a glasken,
Ma bue zo kompouezet,
Tec’het eo ma anken !
II
O redek ar c’had rouz,
Ar c’had rouz eun devez,
Ebarz kreiz eur c’hoat didrouz
E kavis eun heiez !
Diraki e chomis,
Stereden a zudi !
Ken koant ha hi na welis,
Na welis c’hoaz hini.
Neuze, tra zouezus,
N’ouvean kaer petra,
Ma c’halonig evurus
Na re nemed krena…
Ha hi dimeus he zu,
A zeblante nec’het ;
Deut he oa da vezan ru,
He mouez a oa stanket…
Warnon hi a dolas
Zellou dôn ha tener ;
He daoulagad a oa glaz
Hag he diouchod ru-skler.
III
En eur zevel he fenn,
Hi a laras doanik ;
— « Ouz ma hano penn-da-benn
» A ve groet Annaïk… »
— « Annaïk, ken karet,
» Klevet en han Doue,
» Me ho ped n’ankouaet ket,
» O nan, ma c’harante…
» Evidoc’h me a vo,
» Ya, ar gwellan mignon ;
» Oh ! miret d’in, en distro,
» Eul lec’h en ho kalon !
» Na c’houllan ket nemeur,
» Gout a ret, me ho kar,
» Mar karet e vin d’ac’h breur
» Ha c’houi a vo d’in c’hoar ? »
— « Dimeus ma c’harante,
» N’eo ket eun tam hepken,
» Ma c’halon diwar hirie,
» A zo d’ac’h da viken ! »
Sed aze, mignoned,
Petra a zo kiriek
E kanan seder bepred
Ma zonig brezonek :
— Gwechall e hirvouden
Ebarz ar c’hoajou don,
Breman me a zo laouen,
Tridal ra ma c’halon !
Dindan eun derven goz, da zerr-noz ankeniet,
E klevis eur vouez tener o laret :
Diskan
Kân, kân,
Barz yaouank, bez seder,
Kân da Zoue, da zousig, da vro gaer,
Kân,
Hag an evurusted
Ebarz da kalon a vevo bepred !
Me, eme ar vouezig, eo ine Breiz-Izel,
A lavar d’it dre hirvoud an avel :
Na gemer ket trubuilh, nebeutoc’h c’hoaz anken ;
Neb a ren tud a dle bezan laouen…
Ha petra a c’hallfe ober d’it poan-spered ?
D’it ar vue a vezo skanv meurbed.
Evit se, bez doujus da Zoue da Dadou,
War-zu an Nenv tro bepred da zellou !
Mar teu d’it hirvoudi o vezan da unan,
Klask unan all da lodenni da boan…
Eus a greiz da galon, kar ela eun dousig,
Bevet goude, turzunel hag eostig !
Neuze ar vuegez a vo dudiusoc’h,
Da zaou ar bec’h a zo dalc’hmad skanvoc’h…
Chom da veva en Breiz, na gwita ket da vro ;
E-tal da gavel gortoz ar maro…
Da Vro he deus ezom — lak ze start en ez penn —
Kalon d’he c’harout, diouvrec’h d’he difenn !
Kerz eta, Barz yaouank, ha zent ouz ma c’hentel,
Kentel e ro eur vam vad d’he bugel…
Evelse e kavi plijadur en pep lec’h,
Bale bro, c’hoarz, bez laouen, bez dinec’h !
————
Ma Dousig Koant
D’am muian-karet… pa vo kavet
Kânet em euz war ma zelen entanet Ma Breiz-Izel,
He giziou fur, he zent koz, he zud vrudet, He yez santel ;
Hirie da stenna start d’ezi he c’herden, Me am eus c’hoant
Ha kana warni dre eur zonig laouen Ma dousig koant !
Ma dousig koant ! N’euz ket eur plac’h evelti War an douar ;
Evit kredi eo red gwelet anezi, Bleuen dispar,
Diwanet kaer en eun draouiennig a Vreiz, Ha hi ken drant,
Eno he kav heol ha gliz-veure a-leiz, Ma dousig koant !
Ma dousig koant ! Henvel eo ouz eun êlig, Dous ha tener…
He daoulagad zo glaz, lirzin, birvidik, Dalc’hmad seder,
He zellou dôn leun a spi, a garante Zo eur zeblant
Dimeuz kaerder ha levenez hec’h ine, Ma dousig koant !
Kaer dreist peb tra ez eo ma muian-karet, Ma ferlezen !
He bleo ken flour a zo du ha klaouieret War he zâl gwen ;
He diouchod ru ’ro d’ei kement a c’hened, Ma laran drant,
Ez eo ar c’hoantan en touez an holl verc’hed Ma dousig koant
He mouez sklintin a gomz d’in ken frealzus En eur grena,
Ma trid em c’hreiz ma c’halonig evurus Ha leun a joa…
He c’hân zo kaer evel hini an evned, Eveltan drant,
Ouz e glevet ’nijan betek ar stered, Ma dousig koant !
Evel ma plij d’an durzunel he c’hoajou, Hi gar ive
Tremen didrouz en kreiz sioulder ar maeziou He zam bue ;
Eno ar blijadur zo talvoudusoc’h Eget arc’hant,
En gwirione, eno e karan muioc’h, Ma douslg koant !
Ma dousig koant !… Oh ! pa ven en he c’hichen, Evurusted !
Siouaz, pell, pell diouti, pebez anken Ha poan-spered…
Me a garfe tremen ma amzer dalc’hmad Hep nec’hamant,
Klevet e mouezig, gwelet he daoulagad, Ma dousig koant !
Ac’han d’an devez ma vefomp unanet ’N eil d’egile,
E hirvoudin d’am dousig meurbed karet Ha noz, ha de…
Ha goude enpad hon zammig buegez Me gano drant,
Da c’hortoz mont gant Doue d’al levenez, Ma dousig koant !
Ma Botou koat
D’an aotro Corvaisier, person Ploueg-ar-Mor.
Me a zo o paouez prena Eur botou koat fô,
Eur botou eus ar re vrava A zo ’barz ar vro ;
Eur botou ken fentus, ken kaer
Ma ve laret d’in p’o gweler : O kaerât,
Kaerât eo da votou koat !
En gwirione, int a zo koant, Evelte n’eus ket !
Ha bemde me am eus damant Gante o kerzet…
Na c’houlfen biken, ma Doue,
Barz ar fank labea ane ! O kaerât,
Kaerât eo ma botou koat !
Digas reont da sonj din-me Eus an amzeriou…
Ma Zadou a douge ive Gwechall ar botou ;
Neuze war veneou ha roz
Int a gane bemde, bemnoz : O kaerât,
Kaerât eô hon botou koat !
A viskoaz ebarz Breiz-Izel, An dud a vicher :
Duked, Barzed, tud a vrezel Beleg ha Fanch-Kouer,
Ac’h e gant enor da vale
’N o zreid eur botou koat bemde ; O kaerât,
Vijent gant o botou koat !
Me ive, vel ma C’hendadou A heuilho bepred,
En eur vale war o roudou, Skouer ar Vretoned ;
Me a gerzo ’pad ma bue
Gant eur botou koat eveltê : O kaerât,
Kaerât eo ma botou koat !
Ha p’en em gavo an Anko Eun de d’am falc’hâd,
D’ezan hepdale me laro : — Gortoz eur pennad,
Ma lakin c’hoaz ma zreid brevet
Er botou koat am eus karet… O kaerât
Kaerât eo ma botou koat !
Kerkent me yelo d’ar bed-all, Hep anken em c’hreiz,
Rak hon Zalver laras gwechall, Pa deuas da Vreiz :
— « Zalvet e vo neb a dougo
Eur botou koat eûr e varo ! » — O kaerât,
Kaerât eo ma botou koat !
Ha mar rafe d’in zellou du Zant Per goz, d’e dro,
Me a larfe d’ezan dustu : — Sell ouz ma boto…
Me gred, d’an Nedelek, Jezus
A deue bep bla evurus, Da lakât
Dêlou mad em botou koat !
Ar Werc’hez, pa glevo ma mouez, A deulo neuze,
Leun a zouster, a levenez, Da laret d’in-me :
— « Tosta, o bugel ar gwellan,
Rak da votou koat a garan… O kaerât,
Kaerât eo ar botou koat ! »
Dougomp-holl eta, Bretoned, Dougomp ar botou,
Miromp gant o fennou-kaled, Furnez hon Zadou ;
Ha gante kreiz an eürusted
En Nenvou ni gano bepred : O kaerât,
Kaerât eo ar botou koat !
————
CHOM EN BREIZ-IZEL
Kinniget d’ar Merc’hed yaouank
a c’hoanta mont da Bariz
Plac’hig yaouank, perak ’ta tec’hel
Pell dimeus da vam ha da dad ?
Perak kwitât da vro Breiz-Izel,
Elec’h out evurus ha mad ? Ankoua ar c’heriou, Gant o falz madou ;
Enne ’lec’h madou e kavfes trubuilhou… O chom en bro da gavel, Chom, chom en Breiz-Izel !
Ar c’heriou a zo leun a anken
D’an dud zo ennê divroet ;
Ennê ar c’halonou a zo yen,
Karante wirion n’an eus ket !
Nemed gwarizi, Droug ha kasoni,
An holl oc’h en em daga, en em dibri… O chom en bro da gavel, Chom, chom en Breiz-Izel !
Pell eus da vro kollfes da c’hlanded,
Koll rafes ive da furnez,
Da yec’hed, da nerz ha da c’hened
Ha da vrud-vad a Vreizadez ; Goude en distro, E skuillfes daero :
An enor kollet n’eo deut biskoaz en dro ! O chom en bro da gavel, Chom, chom en Breiz-Izel !
Da dad, da vam baour zo o ouela,
En o daoulagad daerou kri…
Piou a roïo d’ê eun tam bara ?
Ha piou a harpo o c’hozni ? Glevez ket o mouez, A lar hep paouez,
D’it gant karante ha gant kalz a furnez : O chom en bro da gavel,
Chom, chom en Breiz-Izel !
« Na gwita ket da douriou uhel,
» Kizellet ha dantelezet,
» En pere ar c’hleier en avel
» A zon goueliou hon zent karet, » A lid pardoniou, » A jin eureujou
» Hag a lavar d’it dre hekleo o moueziou : » O chom en bro da gavel, » Chom, chom en Breiz-Izel ! »
Petra eta c’hoarve d’ez kalon,
Ma kwitaez eur vro ken koant ?
Petra c’hoantaez, lavar hep aon,
Lavar breman hep nec’hamant ? Evidout, me gred, Breiz a zo bepred
Eur vro ar gwellan a zo ebarz ar bed ! O chom en bro da gavel, Chom, chom en Breiz-Izel !
An douar a roas d’ez tadou
Eur bevanz frank, mad ha nerzus,
A roïo d’it enpad da zeïou,
Magadurez krenv ha yac’hus ; Bez eta dinec’h, Gant poan da ziouvrec’h,
E vevi en Breiz gwelloc’h pell vit neb lec’h ! O chom en bro da gavel, Chom, chom en Breiz-Izel !
Na gwita ket da douriou uhel,
Kizellet ha dantelezet,
En pere ar c’hleier en avel
A zon goueliou hon zent karet,
A lid pardoniou, A gân eureujou
Hag a lavar d’it dre hekleo o moueziou : O chom en bro da gavel, Chom, chom en Breiz-Izel !
Na gwita ket bro da Gendadou,
Bro ar giziou koz, koz ha fur,
Bro ar chapeliou, ar c’halvariou,
Bro pep frankiz renet gant stur ; Bro ar zoniou kaer, Ar gwerziou tener,
A ziston bemnoz a-dreuz d’hon farkeier… O chom en bro da gavel, Chom, chom en Breiz-Izel !
Chom da veva en ez traouiennig,
Elec’h m’eo zavet da di plouz ;
Elec’h ma c’hoaries, bugelig,
Seder ha pell dimeus pep trouz… Kar da veneou, Da lann, da goajou,
Gantê e klevi dre vouez an aveliou : O chom en bro da gavel, Chom, chom en Breiz-Izel !
Chom da veva en harz an iliz,
Elec’h ma ’z out bet badezet,
Kichen ar vered ’lec’h ma tiskwiz
Da gerent koz pell zo marvet… Ha neuze ive E c’halli goude
Diskwiza gante ’barz an hevelep be… O chom en bro da gavel, Chom, chom en Breiz-Izel !
Pep tra en Breiz a bed ac’hanoud
Da chom en o c’hichen, ’n o zouez,
Chilaou anê, holl o deus galloud
War da galon a Vreizadez… O kaeran peden, E laront d’an den
A c’hoanta kwitât e Vam-vro da viken : O chom en bro da gavel, Chom, chom en Breiz-Izel !
Kas pell diouit ar sonj divalo
An eus trubuilhet da spered,
Chom breman da veva en ez Pro,
Enni ’z po levenez bepred…
Lavar eveldon, A greiz da galon,
Ma klevo Breiziz hon c’hân kaer ha gwirion : Chomomp en bro hon c’havel, Chomomp en Brelz-Izel !
————
Ar Barizianez
En hon bro Breiz eman ar c’hiz
Gant eur rum merc’hed yaouank,
Da vonet hirie da Bariz,
Da glask madou, bue frank ;
C’hoant o deus da vezan matez
Dindan an holl er c’herio.
diskan
Foei, foei, foei d’ar Barizianez,
A ra mez da dud he Bro !
Gonit bara en Breiz-Izel
Ar plac’h yaouank na c’houll ken ;
En he fenn a zo deut avel :
— « Bale bro ’ta, kouilhouren ! »
Setu hi o tec’hel hep mez
Pell eus he zud en daero…
Foei, foei, foei, d’ar Barizianez.
A ra mez da dud he Bro !
Ma c’houlfe an dud diganti
Pelec’h hec’h a ken diskwiz,
Hi a larfe, hep he fedi,
— « Me ac’h a da Ba-a-riz ! » —
Ha neuze d’ar c’henaouegez
Pep den, dre fent, a laro :
Foei, foei, foei, d’ar Barizianez
A ra mez da dud he Bro !
Pa vo pellaet eus he Breiz
Hag en Pariz dishanve,
Al labouriou kaled, direiz,
Eviti a vo mad tre ;
Evel eul loen hed he devez,
Hep paouez hi a boanio…
Foei, foei, d’ar Barizianez,
A ra mez da dud he Bro !
Koll a reï ebarz ar ger vraz
He zammig nerz, he yec’hed,
Ha pez eo ar gwasan, siouaz !
He furnez hag he gened ;
N’ he viro eus ar Vretonez
Netra nemed an hano !
Foei, foei d’ar Barizianez
A ra mez da dud he Bro !
Mar tigoue d’ezi dont en dro,
Goude vo bet en Pariz,
Neuze he vo eur plac’h faro,
Eun dimezel eus ar c’hiz ;
Gwisket vo ’vel eur rouanez,
Vo ken anvéet ’n he Bro !
Foei, foei, foei, d’ar Barizianez
A ra mez da dud he Bro !
War he fenn evel eur sparfel,
Vo gwintet eun tok re vraz,
Ma laro outan an avel :
— « Heman zo prest da vont c’hoaz… ! » —
Leun vo ar plac’h a lorc’h, a c’houez
Eus lein he fenn d’he boto !
Foei, foei, foei, d’ar Barizianez
A ra mez da dud he Bro !
Dilezet vo ar brezoneg,
Ankouaet e vo ganti ;
Distaga a reï ar galleg ;
— « Oh ! lê lê, j’ viens d’ Péris ! » —
Eur vez vo gwelet ar plac’h kêz
Gant he stum hag hec’h ardo…
Foei, foei, foei, d’ar Barizianez
A ra mez da dud he Bro !
Da bep tra ebarz Breiz-lzel,
Hi a gavo e dam si,
N’he devo ouz bro he c’havel
Nemed drouk ha kasoni ;
Er gêr hi a vezo diez,
Red vo d’ei mont c’hoaz en dro !
Foei, foei, foei, d’ar Barizianez
A ra mez da dud he Bro !
Ar plac’h nan eo ket Breizadez,
Rak he bro he deus nac’het ;
Bezan eo eur Barizianez ! !
Ha piou an dije sonjet ?…
— Huchomp holl eta en eur vouez
Warni a-bouez hon fenno :
Foei, foei, foei, d’ar Barizianez
A ra mez da dud he Bro !
————
Kimiad ar Martolod
Goude ma zad, ma mam, pebez kalonad d’in-me
O tont da laret d’it, Anna ma c’harante, Ar gomz kri ha c’houero : — Ma dousig koant, kenavo !
Galvet on gant Bro-C’hall, outi eo red mad zenti,
Ha monet hepdale da zifenn anezi War al listri-brezel, Pell dimeus ma Breiz-Izel…
Hirie eus da gwitât am eus kalz a boan-spered
Ha glac’har ma c’halon a zo braz, braz meurbed ; Bet hon deus plijadur Evel daou zen yaouank fur.
Ne teus ket, o ma dous, sonj eus devez ar pardon,
Elec’h ’z poa roet d’in hep distro da galon,
Da zorn ’barz ma hini Dirak ar Werc’hez Vari ?
Ne teus ket sonj ive dimeus an holl bennadou,
Hon deus bet tremenet hon daou dre an aochou, O chilaou gant dudi Ar mor braz o hirvoudi…
Diwar vreman, siouaz ! d’hon levenez zo achu,
Hag enpad pemb bla hir pep hini eus e du A ouelo noz ha de, A ouelo d’e garante.
Pa vin o hunvreal war ma gwern ma-unanik
Pa c’houeo an ezen er c’herden goustadik, Ma spered a yelo Da vale war-zu ma Bro !
Neuze goude kuz-heol, pa glevi mouez an avel
O kana dudius dre lannou Breiz-Izel, Digemer gant kalon Gourc’hemennou da vignon…
Hen a chomo dalc’hmad d’e zous leun a lealded,
Ha hi en e genver a vo feal bepred… A-dreuz d’ar mor divent, ’N em garfomp vel diagent !
Kaled eo kimiadi, mes an amzer a dremen,
Oh ! paouez da ouela… Naz ankouaïn biken ! Da c’hortoz an distro… Ma dousig koant, kenavo ! !
————
O c’hortoz an distro
War don : Kaourantinig.
Aboue an devez glac’haret
Eo tec’het ma muian-karet,
Nemed hirvoudi n’em eus groet…
Ne baouezin da hirvoudi,
Na da skuilh ive daerou kri
Ken vo dizroet han ini,
A laras d’in araok kwitâd :
— Ma dousig, kri eo ar c’himiad,
Ma c’halon a vo d’it dalc’hmad ! —
Ya, ar c’himiad a zo c’houero,
An disparti a zo garo,
Pegoulz e teuïo an distro ?
Oh ! pegoulz c’hoaz e c’hallin-me
Gwelet ma Ferig adarre,
Laret d’ezan ma c’harante ?
Da c’hortoz, aman en oachou,
Me deu bemde d’ober kanvou
Ha da ouela d’an amzeriou…
Pa welan du-hont, er pellder,
An evned o nijal seder,
Me lavar gant eur vouez tener :
— Gant ho tiou-eskell frank digor,
Petra eta, lapoused-môr,
E larfet da blac’hig Arvor ?
Komzet d’ezi a garante,
Ha frealzet, en han Doue,
Frealzet d’ezi hec’h ine…
Laret d’ezi ho peus gwelet
Pell du-hont he muian-karet,
D’ezi eta, d’ezi laret !
Laret d’ei, war eur wern uhel,
Eman martolod Breiz-Izel
O hunvreal d’e durzunel…
Lapoused skanv ha ken diskwiz,
Nijet a-dreuz d’ar c’houmoul briz
Ha retornet c’hoaz war ho kiz,
Tarnijet a-us d’al lestrig,
Hag, eno, gant eur vouez flourik,
Komzet d’ezan eus e zousig !
Dimeus he feurz kanet d’ezan
Eur zonig an dudiusan,
Eur werzig eus an teneran ;
Laret d’ezan an neb hen kar
A zo breman leun a c’hlac’har,
Evel eun durzunel hep pâr…
Hag ac’h a bennoz d’ar c’hoat don
Evit distan he foan-galon,
Da c’hortoz distro he mignon !
————
Distro ar Martolod
D’am breur Emil.
Ton : Ar Bempoulezen.
Digouezet eo velkent an devez
Oa ganin pell zo gortozet,
Hirvoudi em eus groet aliez,
Breman ma chaden zo torret… O devez karet, Devez binniget !
Sav warnon da heol madelezus,
Ma tommo c’hoaz ma ezili ;
O heol, skuilh da sklerijen lintrus
Ha kemer lod ’barz ma dudi !
Meur a wech em eus bet poan-spered,
Skuilhet am eus ive daerou…
Hirie ez on evurus meurbed,
Achu e zo d’am zrubuilhou,
Devez binniget, Ha ken gortozet,
Tridal ’ra ma c’halon en em c’hreiz,
Seder on evel eun eostig ;
Souden e welin c’hoaz ma bro Breiz,
Ma farrouz, ma zud, ma dousig !
Enpad ma zroïou war ar môr braz,
’M eus gwelet kalz a vroïou koant,
Mes n’ am eus gwelet… O nan, biskoaz !
Hini hag a vefe ken drant, Ha ma bro garet, Breiz-Izel hanvet…
O ma Breiz, Rouanez ar broïou,
Ma Breiz dudius ha dispar,
Eur martolod, bugel d’ez aochou,
Eus a nerz e galon da gar ! !
Hepdale ’n em gavo adarre
Ma zreid war da zouar kaled,
Hag eno gant an amzer-neve
E klevin kân al lapoused ; Pere a laro En touez o zonio :
— Dizro, dizro martolod yaouank,
Deus da welet da lojennig,
Elec’h kavi eun nor digor frank,
Eun tad, eur vam hag eun dousig !
Oh ! gwelet e ran tour an iliz,
Klevet e ran mouez ar c’hleier,
Gant o zon en em gavan diskwiz,
Ma c’halon zo laouen, seder, Rak ma ’z eo ken kri, Tec’hel, kimiadi…
Pegen evurus ez eo ive
Goude bezan bet ankeniet,
Dizrei yac’h mad ha leun a vue
D’ar vro elec’h ma ver ganet !
N’hallfe den laret ar blijadur
A zo breman ’barz ma ine ;
C’houez ar bleun balan, lann ha glazur,
A ra d’in beva a-neve… Dirakon ’welan An ti a garan :
Ti plouz ma zud koz, ma mam ha ma zad,
O ti bihan koant ma c’havel ;
Ac’hanout-te e karin dalc’hmad,
Ennout-te e fell d’in mervel !…
Ennout e teuin da ziskwiza
Dimeus ma zroiou hir ha pell,
Ennout e chomo ma dous Anna,
A sko breman warnon eur zell ; He daoulagad c’hlaz, D’in-me a ouelaz…
’N em frealz hirie, ma dousig koant,
Setu c’hoaz da wellan mignon ;
Gantan na gemer ken nec’hamant,
Rak dit-te ez eo e galon !
Tad ha mam gez, setu ho pugel,
Paeet gante e c’hle d’ar vro ;
Dizro ez eo c’hoaz da Vreiz-Izel,
Warnan na skuilhet mui daero, Mes roet d’ezan Ho pennoz gwellan :
Binniget breman e garante,
Ha groet ma vezo evurus…
Annaïg vo e wreg hepdale,
Annaïg a vo d’ac’h doujus !
————
AN EMZIVADEZ
War dôn : Ar Yeodet
I
Me zo eur paourkez emzivadez,
A c’hlac’har karget ma buegez,
Ma-unan e skuilhan daerou Aliez…
Netra na skanva ma foanio Garo !
Abred e kollis ma mam, ma zad,
N’am eus biskoaz oc’h anveet mad ;
Chom ma-unanig… O gwasan Kalonad !
Tad ha mam ennoc’h e sonjan Breman…
Kent mervel eur vam vadelezus
Deulas warnon eur zell truezus,
A laras gant eur vouez izel, Ankenius :
— Petra ’ri hep mam, hep skoazel, Bugel ?
Aboue dourek, dourek e ouelan,
Emzivadez kollet dre-aman,
Hep nerz, hep zikour, hep souten A vevan…
N’am bo plijadur abed ken Biken…
II
D’in-me ar vue a zo kaled,
Tolet, distolet on dre ar bed ;
C’hoaz ne gavan ket… Evidon Poan-spered !
Karante dener eur galon Wirion,…
M’am bije bet c’hoaz d’am frealzi,
Ha da gemer lod em foaniou kri,
Eun ine leun a drugare…
O dudi !
Siouaz, dilezet on bemde, Bemde…
Ankouaet on gant ma c’henvroïz,
Gant ma dilez ez on arri skwiz ;
Ha c’hoaz e kresk ma zrubuilho En peb giz,
Pegoulz e sec’ho ma daero C’houero ?
Perak eo ar vue ken digar
Evit eur rum-tud war an douar ?
Pa vev eur rum-all evurus, Hep glac’har,
Perak eo ma c’hlem hirvoudus Padus ?
Pa hunvrean ’barz ma c’hambr dister,
Pa huanadan gwech hag amzer,
E teu neuze eul lapousig Ken seder,
Da gana d’in eun tam zonig Tener…
— Evnig Doue, kan eta da zôn,
Kan da vihana, kan d’in hep aon,
Te a zo d’an emzivadez Eur mignon,
Hep-out n’he defe levenez, Jamez !
Pa ven disprizet gant an estren.
Pa ve ma c’halon leun a anken,
E kasan d’ac’h, o ma Doue, Eur beden…
Teurvezet kemer ouzin-me True !
Eus ar bed n’hallan gortoz netra
Pegoulz achuo ar vue-ma ?
Ma c’hallo ma spered nijal Ha kana,
Ha d’an Nenvou mont dishual. Raktal !
III
Pa vo maro an emzivadez,
Piou a bedo evit ar plac’h kez ?
Piou a daoulino war he be Gant evez ?
Piou a sonjo en hec’h ine Neuze ?
Koulskoude, tudou, pa dremenfet,
E welfet war he men-be skrivet :
— « Aman e kousk eur galonig Dilezet ! — »
Laret ganti eur pedennig Sioulik…
Kerkent ha kân an evned
Eo zavet ar meder ;
Deus ar beure ve abred
O vont d’e barkeier ;
Vel al lapoused bihan
E teu dre eur beden
Da rei da Zoue e boan
Gant eur galon laouen…
Du-hont war lein ar mene
Ebarz eun oabl a dân,
E sav drant an heol-veure
Hag hen lintrus ha splan ;
’Neur ziskenn war an douar
E vannou kaer, lirzin,
Ra perlezennou dispar
Dimeus gliz ar mintin.
Neuze ar meder dinec’h
Hag evurus meurbed,
E falz gantan war e vrec’h
Ac’h a d’e barkad ed ;
En e bark an ed melen,
Leun a c’hreun alaouret,
Daoubleget gantan e ben,
A c’houll bezan eostet.
War ar plouz gwenn e falz dir
A sko taoliou stank, stank,
Rak an erv a zo gwail hir
Hag e steud a zo frank ;
P’an eus drammet, didrammet,
E laka ’n he gourve
An dram a zo distaget,
Hag en dro adarre !
Dre ma sav ’barz an oablou,
En oablou entanet,
An heol war an douarou
A deul tomder bervet ;
Mes ar meder aketus
A labour hep ehan,
Daoust e d’an domder nerzus
Ne zell ket ouz e boan.
Evelkent gwech hag amzer,
E teu da hirvoudi ;
Sonjal ra en e vicher
A zo poanius ha kri…
Pa deu gourc’hemen Doue
D’hen frealzi raktal :
— « Gonit a ri da vue
Dimeus c’houezen da dâl ! »
— O poagn, meder evurus,
Rak dirak da Grouer
Da boan a zo talvoudus,
Daoust ma zeblant dister ;
Gant an holl out ankouaet,
Mes dre da zorn bepred
Enpad ma ’z out daoubleget
Tremen bevanz ar bed !…
P’ac’h a an heol-ru da guz
Achu gantan e dro,
Pa goue sioul ha peuc’huz
An noz war ar maeziou,
E teu ive ar meder
Skwiz dimeus e barkou,
Ha dre ma tosta d’ar ger
Ec’h ankoua e boaniou…
Goude ze enpad an noz
E tiskwiz e gorf faez,
Ha dinec’h ’n e wele kloz
Eus goanv ha dienez,
E kousk seder, hep ’n em glem,
Kollet en eun hunvre,
Liou an dudi war e drem
Peuc’h Doue ’n e ine.
Henvel dimeus ar meder
Eo doare an den kez,
Krouet eo gand e Grouer
Da boanial hep paouez,
Vit dastum bemnoz, bemde
Eun eost kaer ha padus,
Hag hen lako ’barz an Nê
Da viken erurus !
————
Pa deu an Noz
d’an aotro rannou, kure pleuzal
Me blij d’in en divez an de,
Pa deu an noz mont da vale,
Dindan ar gwe, kreiz ar c’hoajou
Elec’h ma tec’h ma zrubuilhou…
Eno ’klevan evnedigou
O richani kanaouennou,
Kanaouennou a drugare
Leun a zouster, a garante.
Me glêv hiboud ar wazig dour
Pa ruilh war ar bili, ken flour,
’N eur laret ar gaeran peden
Glevas biskoaz skouarn an den.
Me gar ive, ribl ar môr braz,
Araok ar zerr-noz gwelet c’hoaz
An heol dindan ar volz tânet
O tiskenn en dour alaouret ;
Gwelet o tiszrei skanv d’ar gêr,
Bagig ken koant ar pesketer,
O nijal gant he gweliou gwen,
O luskellat war ar wagen…
Me gar, ’n eur gir, kreiz ar c’hoajou,
Ribl ar mor, war ar meneou,
Klevet mouez ar c’hloc’h dudius
O son bemnoz an Anjelus…
Klevet eus an holl barrouziou,
Ken ma tregern an traouiennou,
Mouez ar c’hleier, sklintin ha krenv,
O veuli Rouanez an Nenv…
Evelte e sav ma c’halon
En trezek Mari, ma Itron,
En trezek Doue, ma C’hrouer,
En trezek Jezus, ma Zalver !
Gantê ec’h unanan ma mouez
Evit enori ar Werc’hez ;
A gevred gant o meuleudi,
Laran : Me ho salud Mari !
O ma Breiz-Izel, ma Mam-Vro garet,
Eveldout eur vro-all n’eus ket !
Evel da Varzed n’eus ket bugale,
O bez eta lorc’hus gante…
Kana e ra an holl dre ar bed :
Bevet ar Varzed, bevet ar Varzed !
Adalek ar penn-kentan da amzer,
War da zouar ar Varzed ter,
A gemere lod en ez levenez,
Hag a ouele war da enkrez ;
Ar Barz ha Breiz a gerz a gevred,
Bevet ar Varzed, bevet ar Varzed !
En ez koajou dôn, en amzer goz, goz,
Ar Varzed bemde ha bemnoz,
A roe kentel hag a gelenne
Ar Breizad war ar wirione ;
Breiziz a zo tud a lealded,
Bevet ar Varzed, bevet ar Varzed !
Ar Varzed a zo dimeus o bro Breiz,
Skeuden ar giziou fur ha reiz,
War gerden o zelen, en eur gana,
Ine Breiz-Izel a drida…
D’o mouez tânet an holl a zired :
Bevet ar Varzed, bevet ar Varzed !
Pa waske Sézar hag ar Gall Arvor,
Pa dreuze ar Zaozon ar môr,
E teule neuze an delennourien
War bep mene o galvaden ;
— « War zao, war zao !… Araok, Bretoned ! !
Bevet ar Varzed, bevet ar Varzed ! »
Ouz son an delen, en kreiz an argad,
Arvoriz a skuilhe o gwad ;
Klevet e vijent spontus o yudal :
— « D’ar gwasker, torr-e-benn raktal,
» Ar c’horn-boud arm zo skiltrus meurbed…
» Bevet ar Varzed, bevet ar Varzed !
Dreuz d’ar c’hantvejou betek fin ar bed,
Tra vo dre-aman Bretoned,
Marzin hag Arzur, Gwenklan ha Riwall,
A rei d’o mibien vel gwechall,
Nerz o c’halon, tân sakr o spered…
Bevet ar Varzed, bevet ar Varzed !
Daoust e da bep tra ar Barz a vezo
Eun difennour feal d’e vro ;
En despet d’an holl, da c’hoant e galon,
E harpo ar frankiz, hep aon,
E teulo : ar gwir eneb d’ar Bed !
Bevet ar Varzed, bevet ar Varzed !
Elec’h vo trubuilh, poan spered, anken,
Elec’h ma vo an dud laouen,
E teuïo ar Barz, den madelezus,
Da zistan pep glac’har mantrus,
Ha da greski an evurusted,
Bevet ar Varzed, bevet ar Varzed !
Hep ar Varzed vad yez kaer Breiz-Izel
A deufe, siouaz ! da vervel ;
Eus ar maro e c’hall bezan dinec’h,
Bleunia a rei arc’hoaz vel dec’h…
Ar Brezoneg a vevo bepred :
Bevet ar Varzed, bevet ar Varzed !
Pa digoue d’eur Barz kousket war e erv,
Pa gouez e gorf dindan an derv,
E krog eur Barz all kerkent ’n e delen
Hag a stenn start d’ei he c’herden,
Da gana nerzusoc’h d’ar C’helted :
Bevet ar Varzed, bevet ar Varzed !
Tra ma vo Barzed ebarz ar vro-man,
Ar Vretoned vo ar gwellan,
Ar galloudusan en touez ar poblou,
Ar furan en touez an dudou !
Tud a greden start, pennou-kaled,
Bevet ar Varzed, bevet ar Varzed !
————
Kanaouen-eured
War dôn : An hini goz,
Da Vari an Deuff ha d’he fried
Ujen an Naour, Sant-Servez.
I
A boan zavet an heol-vintin
Hirie klevis eur zon sklintin,
Eur zon skanv, skanv, laouen
O tiston en draouien…
Savet ma skouarn, petra a zo
Ma tregern kenkoulz ar maeziou ?
Klevet ran ar biniou,
Eun eured zo, m’hen tou !
Kerkent ’m eus groet eur ganaouen,
Ha deut aman — ya, hep peden —
D’o kana, daou bried,
En devez hoc’h eured.
Teurvezet digemer eta,
Ma gourc’hemennou ar gwella ;
D’ac’h ho taou, gant kalon,
E kinnigan ma zôn !
Ma zôn zo eur zonig dister
Ganti c’houez an neve-amzer,
Ganti c’houez ar bleuniou,
C’houez bleuniou ar prajou…
II
C’houi, gwreg yaouank, vel eur vleuen,
Zo bet kutuilhet en draouien,
Kutuilhet war ar gliz
En kreiz ho yaouankiz ;
Ha kalonig leun a c’hened,
Hoc’h ine karget a c’hlanded,
Bed eo d’ac’h kimiadi,
Ho kimiad n’ eo ket kri…
Ha koulskoude, gwech hag amzer,
Me wel dindan ho sell tener,
Eun daken dour pilzet,
Ho spered ankeniet…
Kwitât eun tad hag eur vam vad
A zo bepred gwall galonad,
Eus ze ’n em frealzet,
Eur Mignon ’peus kavet.
Hen ho tigollo, a dra zur,
Eus ho yaouankiz renet fur ;
D’ezan ho karante,
D’ac’h e galon ive !
Bezan ez eo eur gwir Vreizad,
Eun den a galon, poanier mad,
A roïo d’e bried
Dalc’hmad evurusted…
Dre-ze eta bezet seder,
Heman zo d’ac’h eun devez kaer,
Devez a levenez
D’ac’h, d’ho priedelez.
III
Tadou ha mammou, daerou puilh
War ho tiouchodou a ziruilh…
Paouezet da ouela,
Deut ganin da gana ;
Unanomp hon moueziou hirie,
Kanomp breman gant karante,
Kanomp d’an daou bried
Eur vue hir meurbed !
D’ac’h, daou bried, gant ma mennoz,
Evurusted bemde, bemnoz ;
Ra vezo ho pue
Henvel ouz eun hunvre…
Eun hunvre kaer en pehini
E welfet êle o c’hoari,
Ele koant, koant dispar,
O laret : — Ni ho kar ! ! —
Hag evelse hon Breiz-Izel
N’hallo, o nan, biken mervel ;
Rum-da-rum, Bretoned,
Breiz a vevo bepred !
Pa vefet arri koz da vad,
Daoubleget ho taou gant an oad,
Hoc’h êle gant dudi,
A harpo ho kozni…
Pa deuï an Ankou, didrue,
Gant e falc’h d’ho skuba goude,
’N eur laret : Kenavo…
E nijfet d’ho kwir Vro !!!
————
Peden ar Mousig
War dôn : D’hon mam zantez Anna.
D’an aotro Durand “ Zant Erwan ” person Tredrez
Diskan
O Gwerc’hez, ma mam-zantel,
Itron ar Goz-Yeodet,
Chilaouet mouez ar bugel
Zo dirazoc’h stouet !
Digouezet eo an amzer
Red mad eo d’in hirie
En despet d’am oad tener,
Gonit ma zam bue…
An daerou em daoulagad
E kwitean ma Bro ;
Vel ma zud koz ha ma zad
Vin martolod d’am zro.
Ar vicher a zo kaled,
Hag ive ankenius,
Gwerc’hez evidon, m’ho ped,
Bezet madelezus !
Roet dalc’hmad d’ar mousig,
Roet d’ezan zikour,
Rak dister eo e lestrig
Hag ar môr zo treitour…
Pa yudo an avel foll,
Pa sailho ar mor braz,
Groet n’aïo biken da goll
Ar bugel ho karas.
Neuze pell eus aochou Breiz
Gant ar môr luskellet,
Ma c’halon ebarz ma c’hreiz,
Sonjo er Goz-Yeodet :
Sonjal a rin em mammig,
Hec’h-unan intanvez,
Ha ’viti eur bedennig
E kasin d’ac’h, Gwerc’hez !
Oh ! pa deuïo d’ho chapel
Bemnoz da hirvoudi,
Roet d’am mam baour skoazel,
Frealzet anezi…
Distanet d’ezi he foan,
Ma zad zo bet beuzet ;
Mar varvfe ar mous bihan,
He c’halon ’ve rannet…
O Gwerc’hez dous ha dinam,
Rouanez Breiz-Izel,
Miret ar bugel d’e vam
Hag e vam d’ar bugel !
Mari, Stereden-ar-Môr,
Klevit ouz ma feden,
Difennit mousig Arvor
Breman ha da viken !
————
AN ERC’H
War don : Diskennet eus an Nenvou.
D’an aotro chaloni Ollivier, Plouguerneve.
Warlec’h an avel skornet,
Pep tra a zo sioul,
An oabl a zo morlivet
Ha du eo ar c’houmoul ;
Ar bed, leun a nec’hamant,
A zeblanta mezus ;
N’hall ket hep eur gwiskamant,
Digemer mad Jezus.
Mes Doue en e furnez
A reiz an traou ervad ;
E Vab eo ar Zantelez,
E di vo deread ;
En dienez ar vrasan
Hen a renko genel,
Da vihanan, evitan,
Ar bed a vo en gouel.
Dilezet gant ar brinsed,
Kollet ’n eur c’hraou dister,
Ne deu nemed al loened
En dro d’ar bugel ker ;
An dud, digalon ha kri,
A redo, a gano,
Hep sonjal en neventi
C’hoarvezet dre ar vro…
Dirak yenien an holl
An douar a laro :
— « Ma Doue, groet d’in digoll
Dismeganz tud garo ;
Eur pennadig d’in roet
Eur gwiskamant kaer, kaer,
Ma c’hallin, vel m’eo dleet,
Digemer ar Zalver… ! »
Kerkent, o tra burzudus !
Eus lein an oabl tenval,
E koue skanv, skanv, dudius,
Bleuennou gwenn raktal ;
Kaeroc’h pell evit bleuniou
Ez int en kreiz an noz,
Laret vefe eskelliou
Evned ar Baradoz.
War an douar e kouezont,
Ken stank, ken stank, ken drant
D’ar bed buhan e reont
Eur gaer a wiskamant ;
Gwiskamant a vadelez,
Eus zae gwenn-kan meurbed
Jezus eo ar Zantelez,
Mari eo ar C’hlanded !
Dre-ze an Aotro Doue
Na c’houlle ket gwelet,
Tud fall ha didrugare
En dro d’e Vab karet ;
Da azeuli ar Zalver
Al loened mud zo well
Hag ive d’Hen digemer
Ne fell ket eur c’hastell…
Eur c’hastell gant e vadou,
Gant e binvidigez,
Zo leun a fallenteziou
Karget a hudurnez ;
Bolz an nenv o lugerni
A-us d’eul linsel erc’h :
Da Vab ar Werc’hez Vari
E tell eur c’havel gwerc’h !
Setu petra zo kiriek,
Aboue triwac’h kant vla,
E weler d’an Nedelek
An erc’h gwenn o koueza ;
Ar bed evit Mab Doue
An em lak ’n e gaeran…
Pebez kentel d’hon ine,
Kemeromp skouer warnan !
O Mabig Jezus bihan,
Ganet en dienez,
An erc’h gwenn a zo distan,
Klevet breman ma mouez :
— True ouz ar bewien gez,
Groet m’o devo bara,
Ar paour a renk aliez
Hirvoudi ha gouela…
Oh ! enpad ar yenien,
D’ar bewien dre ar bed,
Roet, mar plij, eun doên,
Roet d’e eun oaled…
Mes dreist-holl, Mabig Jezus,
Mabig Jezus dinam,
D’an emzivad gwall-eürus,
M’ho ped, roet eur vam !
O ma Doue, pobez glac’har
Evidon-me war an dnouar,
Kollet eo ganin ar bugel
A oa ma zikour, ma skoazel
Evit ma zouten em c’hozni,
E tec’has yaouank eus ma zi ;
Gant ar môr e oa goneet,
Gantan ive eo bet lonket ;
Kemeret oa evel mousig
Da labourat war eul iestrig,
E vicher na oa ket re vrao,
Riskl e vue ’vije atao…
Daoust e da ze, hen a boanie
Evit e vam, dre garante
Gant am bije evurusted,
Ne zelle dimeus poan abed,
Skriva re d’in gwech hag amzer,
Lizerou koant, tener, tener,
Elec’h ma konte e droïeu,
E blijadur war ar môriou…
E lizerou ken aketus,
Lake ac’hanon evurus ;
Kontant e vijen, a dra zur,
Rak ma mabig oa eur potr fur !
Kerzet re ar bed evelse,
An amzer skanv a dremene,
P’en deus an uen paour levenez
Ne sonj ket en dristidigez…
Sonjen ket penoz eun nosvez
Dre ma hunvre ’klevchen eur vouez,
O laret d’in : — Mam ar wellan,
N’ho zikourin ken er vro-man…
Ouz he c’hlevet ’oan dihunet,
Ankeniet braz ha spouronnet :
— A dra zur, honnez eo e vouez,
Anveout ’ran anei ken frez…
An de warlerc’h, pa oan zavet,
Ma c’halon a oa trubuilhet ;
Rak aboue eur pennad amzer,
N’am oa bet digantan lizer.
Prestik goude e gabiten
A skrivas d’in-me evelhen :
— « Ho mab, gwreg vad, a zo beuzet, »
» Eus beg ar wern eo bet kouezet…
» Koueza ’reas ebarz an dour
» En eur c’houlen : zikour, zikour !
» Ober rejomp holl hon gwellan
» Evit zavetât anezan ;
» Mes ar môr a oa ken diroll,
» An avel ken krenv ha ken foll,
» Ma oe dirak hon daoulagad,
» Kollet ar mous, ho pugel mad…
» Pa n’halle stourm ouz ar môr braz,
» Lakas ’ne gerc’hen zin ar groaz ;
» Laras ar c’homzou truezus :
» O ma mam baour… Pardon Jezus !
» P’am oa lennet ar c’hélo-man
» Oa ma c’halon prest da zemplan ;
— Ma bugel biken ne welin,
Gant ar glac’har breman ’varvin !
Mar c’hallfen c’hoaz ouz troad e ve
Skuilh daerou ha pedi bemde,
Vefen evurus em glac’har,
Daoust d’am zrubuilh war an douar…
Mes e gorf zo ’barz ar be braz
Elec’h ma zo kement… siouaz !
Eno vo ruilhet, diruilhet,
Gant ar gerrek e vo blonset…
N’hallo biken en e barrouz,
Diskwiza pell dimeus an drouz,
Er vered, disheol an iliz,
Kenver e dud, e genvroïz ;
Ne glevo mui kleier o son,
Klemmus evit an Anaon,
Glevo nemed mouez ar môr braz
O c’houlen tud da lonka c’hoaz…
O ma doue, true, true !
Ouz ma mabig, ouz e ine ;
Groet ma vo ganac’h evurus
En ho Paradoz, ma Jezus !
Breman evit ’n em frealzi.
War ribl ar môr ’c’hin da bedi ;
Da bedi gant fizianz ha fe
Evit ma mab bemnoz, bemde
Pa glevin ar môr o krozal,
Hag an avel foll o yudal,
Me a laro a vouez uhel ;
— O mor, ro d’in ’ta ma bugel !
Zeblantout e reï d’in neuze,
Gwelet anezan goude ze ;
Klevet e vouezig ken dinam
O laret c’hoaz : Ma mam, ma mam ! !
————
Gouel mad
d’eur vam gristen
Karet am ije hirie
Lampat war ma marc’h dir,
Ha monet betek du-ze…
Mes an hent zo re hir ;
Digemerit memeuz tra,
War eskell an avel,
Ma gourc’hemennou gwella
Evit devez ho kouel.
Petra e c’hallfent laret
D’ac’h evit ho kouel kaer ?
Ma c’halon a zo nec’het,
Ma mouez a zo dister ;
Herve ma sonj ha ma c’hoant,
Nan eus a zeread,
Nemed eur bokad bleun koant,
Da laret d’ac’h : Gouel mad !
Ha c’hoaz bleuniou an douar
Zo hep talvoudegez ;
D’ar beure ez int dispar,
D’an noz n’o deus mui c’houez ;
Evelse c’hoarve ive
Gant mennoziou an den,
Leun ez int a drugare
Keit ma veint o tremen…
Hogen ar bleuniou kaeran,
Evit eur vam gristen,
Ar re a rei ar muian
He lorc’h da virviken,
Eo ar bleuniou talvoudus
Ha na dremenont ket,
Ar bleuniou, d’ei ken doujus :
He bugale karet !
Ar bleun-ze, en dro d’ezi,
Bodet en de he gouel,
Kement se zo eviti,
Eul levenez zantel ;
Hi he deus bet o zavet
Int eo he c’hurunen,
En dro d’o mam dastumet.
Oh ! kaeran da daolen !
Setu aze ar bokad
Talvoudus ha gwirion,
Hennez a zo deread
Da blijout d’ho kalon ;
Ennan bleuniou a c’hened,
Furnez ha koantiri,
A roïo d’ac’h-hu bepred,
Plijadur ha dudi !
D’ac’h eta en kinnigan,
Gant ma gourc’hemennou,
Hen a vezo, a gredan,
Ma gwellan mennoziou ;
Hen digemeret, m’ho ped,
Gwelloc’h n’hallfec’h ket kâd,
D’ac’h kalz a evurusted,
Evurusted, gouel mad ! ! !
————
AR C’HOZIAD PAOUR
War dôn : A vihanig em eus pec’het.
Doue ! na pegen truezus
Eo ma stad war an douar,
Gwechall me a oa evurus,
Breman n’am eus ’med glac’har !
Glac’har, anken ha poan-spered
Setu hirie ma loden ;
Dilezet ez on dre ar bed,
D’am frealzi n’am eus den…
Den da rei d’in en em c’hozni,
Zoken eur werennad dour,
Den da laouennât ma zam ti,
Den, den evit ma zikour !
Aman ez on ma-unanig
Etre beder gos moger,
Daoubleget war an oaledig
O sonjal ’barz ma amzer.
Bet am oa seiz a vugale,
O zavet am oa ervad ;
Gante on ankouaet hirie
Ne sonjont ken en o zad…
Evel eun neziad-lapoused,
Oc’h-unan gouest da nijal,
O deus holl, hep damant abed,
Kwitaet ma zi raktal.
Ha vit kreski ma foan-galon,
Oh ! pa sonjan er wreg vad
Zo breman êt da Anaon
E teu dour em daoulagad…
Mar vijemp chomet hon daou c’hoaz
D’en em harpa er bed-man,
Mes Doue, o Doue, siouaz…
Ma-unan ec’h on aman !
Ar sonj dimeus he c’harante
A ro d’in nerz da veva,
Ne gavan nemed war he be
Distan d’am foaniou brasa…
Eno, tra ma ruilh ma daerou
Ha ma pedan eviti,
Ma spered a nij d’an Nenvou,
Lec’h ma kavin anezi !
— » Doue an Nenv hag an douar,
» Kaset ganac’h an den koz,
» Rak abeurz ar bediz digar
» N’hen deus netra da c’hortoz !… »
Yan ha Marivonig
(envoriou tremenet)
De-mad, dous Marivonig
Penoz ’man kont ganit ?
Klanv e oa ma c’halonig
Hep klevet komz diouit…
Ma flijadur, ma yec’hed
Eo da welet bepred :
— N’eus ket evel Yannig
Da garout e zousig !
Laret e oa bet d’in-me,
— Marvad gant teodou fall
— N’az poa ken a garante
Evidon vel gwechall ;
Neuze me laris kerkent :
— C’houi ra d’in kalz a fent…
Dalc’hmad Marivonig
A garo ha Yannig !
D’ar goanv, ma muian-karet,
Enpad an nosveziou,
Me a deuïo d’ez kwelet,
D’ez kwelet a wechou ;
Da gana d’it dudius
Ma zon garantezus :
— N’eus ket evel Yannig
Da garout e zousig !
Pa deuï, d’an neve-amzer,
Ar pardoniou en dro,
E lakfomp hon dilhad kaer
Evel daou zen faro ;
Ha te a laro neuze,
Pa vi eus ma c’hoste :
— Dalc’hmad Marivonig,
A garo he Yannig !
Dimeus da wir garante
Me a vezo lorc’hus ;
En dizro ganin ive
Te a vo evurus…
Rak d’it-te, ma zurzunel,
E vin betek mervel !
— N’euz ket evel Yannig
Da garout e zousig !
Hon c’halonou ken tener
N’hallfont, o nan biken,
Tremen o zammig amzer
An eil pell eus eben ;
Dre-ze pa vefomp en oad,
Te laro d’ez tud vad :
— Dalc’hmad Marivonig
A garo he Yannig !
Me ive dimeus ma zu
A lavaro d’am zud :
— Klevet ma feden dustu,
Ho mab an eus ar vrud
Da garout eur plac’hig fur,
E vestrez, a dra zur,
— N’eus ket evel Yannig
Da garout e zousig !
Oh ! neuze, ma c’harante,
Marivonig karet,
E vefomp hed hon bue
Hon daouig unanet ;
Ha goude gant levenez,
Ni gano hep paouez :
— Marivonig… — Yannig…
Yannig — Marivonig !!
Ped gwech a-us d’ez aochou, Yeodet,
Azeet war eur garrek kollet,
Ez on, dinec’h, da hunvreal Bet chomet,
C’hoant d’in dreist d’ar môr da nijal, Raktal.
P’eo bet red d’in kwitât ac’hanout,
En peb Bro me a sonje ennout,
Ma gwellan mennoz a vije Evidout…
Te, Yeodet, oa ma c’harante, Noz, de !
Rak ennout e chome ar gwellan
Dimeus ma redadennou kentan ;
Mignoned, amzer dizoursi, Pa sonjan !
Plijadur, c’hoarz ha kaniri, Dudi…
Karout a ren da vartoloded,
Da besketerien, gwir Vretoned,
Potred dispont dirak ar mor, Tud kaled,
A ra, dre ar bed, d’an Arvor Enor !
Brud da vadelez, war an avel,
A zo tec’het pell a Vreiz-Izel ;
Pegwir ez out d’ez pugale Eur c’havel,
Holl a glaskont ennout goude O be.
Ma c’hoant ez eo bezan douaret
En-harz da chapelig vinniget,
Eno mouez ar môr hirvoudus, O Yeodet,
A vouskano d’in c’hoaz klemmus, Klemmus…
Da gloc’h a laro d’an tremener ;
— « Ne dec’h ket hep lezel eur bater… »
Ha neuze eus donder ma be, Barz dister,
Me gano ma Breiz, ma Doue, Ha te !
Ar Pesk-Ebrel
Gwasan ma ve c’hoariet troïou
Gant Pesk-ebrel d’ar yaouankizou ! Gwech ar Pesk a ziskuilh d’e Eur garante guzet, En pehini, marteze, N’o dije ket sonjet…
Mar choari troïou karantezus
E c’hoari kenkoulz troïou fentus ; Gwaz d’an dudou divalo, Ma teuont d’hen gwapad, Ar pesk a dapo e dro Abred pe diwead !
Setu ar pez a zo c’hoarvezet
Etre Yan hag e vuian-karet ;
Yannig, evel martolod, A sonjas eun devez Gwelet pe fur, pe diod, Oa Janed, e vestrez…
— « Arri eo an de-kentan ebrel,
» Kasomp eur peskig d’an durzunel… » Janedig, ma dousig koant, » Da Yan zo dimezet ; » Na gemer ket nec’hamant, » Potred all vo kavet…
O lenn eur c’helo ken glac’harus,
Janed a skuilhas daerou poanius ; He c’harante goude-ze A droas en kounar : — Yan, emei, den didrue, Te a gavo da bar ! —
II
Goude bezan redet ar môrio,
Ar bla warlerc’h Yan deuas d’ar vro ; P’arrias en ti Janed, Da welet anezi : — « Doue, emezan, me gred, » Aman zo neventi… »
A boan oa e dreid war an treuzou,
Dirakan ne wel nemed pennou, Pennou seder ha laouen, Tud evurus meurbed, O chilaou eur ganaouen, Eur ganaouen-eured…
Yannig a chom vel eun den semplet
Na oar, siouaz ! petra da laret… — De-mad, emezan, de-mad ! Pelec’h ’man Janedig… ? — « Aman, eme Janed vad, » Eus koste ma Ferig !
» Ac’hanta, Yan, deut out c’hoaz en dro,
» Pelec’h eo chomet da wreg faro ? » Me grede oas dimezet, » Herve da Besk-ebrel ; » War a welan n’e teus ket » Kavet eun durzunel !
» Evidon, en despet d’it, gwaper,
» Me am eus kavet eur pried kaer, » Trugare d’ezan, hirie, » Me a zo evurus… » Ar Pesk-ebrel zo d’in-me » Eun dra gwall dalvoudus !
» Betek ma teus kemeret ar boan
» Da zont d’am gwelet… Chom gant da goan ; » Plijadur az po, Yan gez, » Pesk-ebrel out tapet ! » Elec’h ober souben-laez » Te a vezo fritet ! »
————
Spern-gwenn
d’an aotro g. corfec,
“ brug-lann ” zan-briek
I
Gwechall, yaouank, en ti ma zad,
A-hed eur c’hleuniad spern-gwenn,
Dindan ezen flour ha c’houez vad
E teuen, Yan diberc’henn,
Da glevet an eostig bihan
Er sioulder o teurel e gân ;
Hag, evurusted miz mae,
Gantan e kanen ive…
Diskan
— C’houez spern-gwenn ha kân an eostig, A ra d’ar spered bemnoz hunvreal ; Ha, hep gout d’ei, ar galonig A deu sederoc’h da dri… dridal !
II
Eun toullad blaveziou goude,
Eus koste eur wreg karet,
Hi ha me leun a garante,
Hon daou neve-eureujet…
Dindan c’houez tener ar bleuniou,
Richan al lapousedigou,
Diou galon en eun unan,
N’hon doa nemed eun diskan :
— C’houez spern-gwenn ha kân an eostig, A ra d’ar spered bemnoz hunvreal : Ha, hep gout d’ei, ar galonig A deu sederoc’h da dri… dridal !
III
Siouaz ! abenn eun tri blavez,
Dindan ar spern-gwenn bepred,
Mantret, brevet gant an enkrez,
An anken, ar boan-spered,
O chilaou c’hoaz kân an eostig,
Me ouele dourek d’am c’houlmig,
Marvet an de-kentan vae
Da goulz an bleuniou neve…
— C’houez spern-gwenn ha kân an eostig, Pa digoue d’an den chom warlerc’h e bar, A frailh, a frailh ar galonig, Hunvreou nijet… Pebez glachar !
IV
Breman, pa fell d’in hunvreal,
Hanter-sec’het ma daerou,
A-hed ar c’hleun spern da sonjal
E teuan c’hoaz a-wechou…
Eno, ar sonj eus ma c’houlmig
Ha kân dudius an eostig,
A stag ac’hanon ouspenn
Dimeus ar bleuniou spern-gwenn…
C’houez spern-gwenn ha kân an eostig, Pa digoue d’an den chom warlec’h e bar, A ro frealz d’ar galonig A skanva enni poan ha glac’har !
————
TI AR PAOUR
D’an aotro André, person Prat.
Me n’am eus ket eur maner
Evel an aotrone,
Ma lochig a zo dister
Ha leun a baourente…
Diskan
Pell dimeus trubuilh ha trouz,
Gant poaniou ma diouvrec’h,
Me a vev ’barz ma zi plouz
Laouen ha dinec’h !
Ouz troad eur mene uhel,
Dirakan eur wazig,
Lec’h ma kân an durzunel,
Eo kuzet ma nezig.
Da lagad sard an heol-hanv
Ez eo trouet e zor,
Mes aveliou kri ar gouanv
N’o deus ennan digor.
Ne gaver ket ’barz ma zi
Kalz a binvidigez
N’oufen ket ober impli
Gant eur zam ken diez…
N’am eus ezom, war ma fe,
Madou, na peadra,
Ne c’houllan digant
Doue Nemed eun tam bara.
Ne weler em lochig-me
Nemed pez a zo red ;
En tu-hont a vefe re
Ha trubuilhus meurbed :
Eur prez evit an druilhou,
Eun dôl d’en em voda,
Hag enpad an nosveziou
Eun oaled da domma…
Skabel d’ar vignoned vad,
Rak ebarz ti ar paour,
Eo a ve kavet dalc’hmad,
Dalc’hmad kalonou aour !
Eur rummad-tud diskiant
A lar d’in a-wecho ;
— Gonit e rafes arc’hant,
Ma kwitafes da vro…
Da gomzou ken digompouez
Mar c’halon a chom yen ;
Petra talv pinvidigez
Pell dimeus ma zraouien ?
Miret, miret, tud diboell,
Ya, miret ho tanve ;
An evurusted zo well
Zoken er baourente !
Em zi plouz eo e fell d’in
Tremen ma buegez,
Boued am o, tra ma poagnin
Ha bemde levenez…
Pa glevin Evn-ar-Maro
O skrijal kreiz an noz,
Da c’hortoz falc’h an Anko,
Ec’h in d’am gwele kloz ;
Eno, start war ma c’halon,
Ar Groaz derv mogedet,
Me a varvo hep tam aon,
Evel am o bevet !
Ha dirak zant Per goude,
Me a yel dianken,
Pegwir Baradoz Doue
A zo vit ar bewien !
————
Glac’har ar Barz
kinnig
Oh ! pa lenni ma glac’har,
Te, ma heiez kollet,
Ne ra ket skouarn vouzar,
D’ar paourkez dilezet !
Teurve trei da zaoulagad
Warnan eur wechig c’hoaz :
Gouveout a rez ervad
N’eo ket evit ankouaz…
I
— Barz yaouank, a gane seder
N’euz ket c’hoaz pell dre-aman,
Ne glever mui da vouez tener,
Petra out deut da vezan ?
Me wel dimeus da zaoulagad
Takennou dour o ruilhal,
Bezan teus eta kalonad,
Mar chomez keit da sonjal ?
— Gwasoc’h pell evit kalonad,
Hirie me am eus glac’har,
Ha truezus ez eo ma stad,
Truezus war an douar…
Ya, ma mignon, ma c’hanaouen
Pell diouin a zo nijet,
Ne chom ganin evit loden,
Nemed eur galon rannet !
Ar Barz a oa gwechall ken drant,
Ma tride gant levenez,
A zo deut breman dizeblant
En kenver ar vuegez…
Digouezet an neve-amzer,
Pa gân al lapousigou
Dre ar c’hoajou, al lanneier,
Hen, siouaz, a skuilh daerou…
Hag e blijadur, koulskoude,
A vije gante kana,
Kana d’an holl e garante,
Mes ne ra nemed gouela !
II
Me am oa kavet war ma hent
Eur plac’h fur, eun êl Doue,
D’ezi eur garante divent
Am oa gwestlet hepdale.
Hi am c’hare ive meurbed,
Siouaz… Karante diboell !
Mar ne varvan gant poan-spered,
Ma glac’har a bado pell…
Hi he deus laret eun devez
D’in-me gant eur vouez poaniet :
— « Ar vue a zo digompouez,
» Marteze n’omp ket galvet…
» Gortozomp etâ eur pennad,
» Rak me a zo nec’het braz ;
» N’hallan ket laret d’ac’h ervad
» Da biou vo ma c’halon c’hoaz… »
Oh ! neuze kerkent da ouela,
Me a zo bet distanket :
— « Perak chom keit da varc’hata ?
» Ganin c’houi a vo karet ! »
D’am mouez mouget gantan enkrez,
Hi a zavas he zellou ;
War he diouchod, evel perlez,
E ruilhas ive daerou…
An daerou, e larer dalc’hmad,
A zo talvoudus d’an den ;
Ra zielfont neuze ervad
Hon c’harante da viken !
III
Oh ! mar ne deu ket ma dousig
Da chilaou mouez ma c’halon,
Diwar vreman e tavo mik
Ma zelen baour gant e zon…
Diwar vreman e vin klevet
Bemde o huanadi,
Henvel ouz eun den kez mantret,
Ha kollet gantan ar spi ;
Dirak an dud, dirak ar bed,
Marteze me a gano,
Mes em c’hreiz e chomo bepred
Kuzet eur glac’har c’houero…
Ha dre henchou ma Breiz-Izel,
Neuze, paourkez dilezet,
Me hirvoudo d’eun durzunel,
Kollet… Mes nan ankouaet !
.....................................................
Kement-se nem gavo biken,
Re gri, re gri a vefe…
Doue, chilaouet ma feden,
Roet ma dousig d’in-me ! !
————
Bleuen an envor
Hunvre kaer ma bue
A oa neuze kouezet,
Ma dous, ma c’harante
He doa ma dilezet ;
O tremen eun devez
E-tal he liorzig,
E kutuilhis gant evez
Eur goant a vleuennig…
— O te, da vihanan,
A vo, bleuen dispar,
An draïg diwean
A gavin em glac’har ;
Eus ma muian-karet,
Te a zigaso d’in
Sonj amzeriou dremenet…
Oh ! chom eta ganin !
Eur wechig an amzer
Pa deulin ma zello,
Daerou puilh ha tener
Warnout me a skuilho ;
Hag em c’halon kerkent,
Hunvredigez, dudi,
Evurusted diagent,
A rei d’in hirvoudi…
Ar garante gentan,
E ve laret dalc’hmad,
Eo an hini wellan,
Gwir eo, ma c’hallfe pad…
En e zempladurez
An den kez war ar bed,
A sav kant ha kant palez,
A goue goude abred !
Evel kalz a re-all,
Me a ris eun hunvre,
Ma c’halon didamall
En em roas ive ;
Breman ez on mantret,
— Turzunel a garen,
Pell diouin ez out nijet,
Na distroï ket ken ?
Kalz, kalz d’in a lavar :
— Mar n’ he deu ken en dro,
Evelti bez digar,
Ne dalv ober kanvo… —
— Tavit, tavit tudou,
C’houi n’ ho peus ket karet ?
Petramant ho kalonou
A zo holl kaledet ?
Etre an dud yaouank,
Furnez ha karante
A zo daou dra distank,
Dreist-holl hirie an de ;
Penoz ’ta e c’hallfen
Ankouaz, hep gouela,
Ha dilezel da viken
Kement a beadra ?
...........................................
… Ma c’halon zo frailhet,
Bleuen, ma bleuennig,
Dimeus ma dous karet
Komz d’in c’hoaz eun tammig…
Daoust e ha hi bepred,
Du-hont war doull he dor,
A hirvoud gant poan-spered,
Plac’hig paour an Arvor ?
Nijet…
Eun toullad deveziou hon doa hen anveet,
Evurus a vijemp dalc’hmad ouz e glevet.
War e zrem e vije eur mousc’hoarz dudius,
Hag en e zaoulagad eur zell trugarezus.
Ouz e galon dener e teue hep paouez
Komzou madelezus, komzou leun a furnez…
Bezan oa ’barz an ti eun êl a garante,
Dre lec’h ma tremene pep tra a hadveve.
E vouez krenv ha sklintin a domme pep kalon,
Bezan e oa d’an holl eur breur hag eur mignon ;
Karout re peb unan, peb unan hen kare :
E spered a oa eon, dinam oa e vue…
Gantan e tremene re vuhan an amzer :
Ar blijadur a deu en dro gant founusder.
An den eur pennadig zo seder ha laouen,
Al levenez, siouaz, na bad ket da viken…
Eun devez, ma Doue, an evn meurbed karet
Eus dindan hon zoën prim a zo bet nijet…
Eus dindan hon zoën nijet a denn-askell,
Douget war an avel ha tec’het d’eur vro bell.
Oh ! nag a boan-galon o kimiadi outan,
Oh ! nag a zaerou kri hon deus skuilhet d’ezan !
Gwelet a reomp c’hoaz e genavo poanius,
Kenkoulz ha ma klevomp e hirvoud truezus…
Pa oe e-unanig, gant an holl dilezet,
O vont war-zu ar ger, marvad hen deus gouelet…
O gwellan da envor hen deus lezet ’n hon zouez,
Ennan, pa’z eo nijet, e sonjomp aliez !
Krizder an Donkadur, perak evurusted,
E tremenez buhan, buhan vel al luc’hed ?
Te a zeblante henvel, henvel ouz eun evnik,
Eveltan ez out skoemp hag eveltan spontik…
A boan out tanveet, kerkent ez out tec’het,
Lezel rez war da lerc’h kalonou glac’haret !
Ar vue er bed-man n’an eo nemed avel,
Enni pep plijadur zo finvus ha marvel.
Gwir eo, evit an den, ar bed n’eo ket e vro,
N’eo nemed eun draouien, eun draouien a zaero…
Ennout ’man ma fizianz, Baradoz dudius,
Rak ennout-te hepken pep tra a vo padus !
————
KALVAR LANDREGER
D’ar Groaz
War don : O Filii et Filiœ.
« Gant hon gweneien eo zavet,
» Gant hon c’halonou eo karet,
» Gant hon c’horf e vo difennet
» Ha ganti ni vezo zalvet !!! »
Diskan
Ouz ho troad ni zo evurus O Kroaz Jezus !
O kroaz zantel, kroaz vinniget,
Digouezet eo an de karet,
Ma ’z omp dirazoc’h unanet, O Kroaz Jezus !
Setu aman ho pobl doujus,
Setu ho Pretoned zentus ;
Ouz ho troad ez int evurus, O Kroaz Jezus !
Aman holl an de a hirie,
Ni a zo d’ac’h gwir vugale,
Pardonit d’imp hon gwall-vue, O Kroaz Jezus !
A bep tu n’eus nemed anken,
An amzer zo kri d’ar c’hristen,
Bezet bezet hon sklerijen, O Kroaz Jezus !
Eneb d’ar Fe eur brezel foll,
A zo zavet hudur, diroll,
Miret ouzimp da vont da goll, O Kroaz Jezus !
Jezus, Jezus… Zalver Jezus !
Diwar ho kroaz karantezus,
Groet warnomp eur zell truezus, O Kroaz Jezus !
Astennet warnomp ho tiouvrec’h,
Evit ma vefomp holl dinec’h,
Skanvoc’h ive e vo hon bec’h, O Kroaz Jezus !
Roet d’imp nerz en hon foaniou,
Frealz en kreiz hon zrubuilhou,
Kalon da heuilh ho lezennou, O Kroaz Jezus !
True ouz hon Breiz dianket,
Rak mar d’eo bet diroudennet,
He c’houlen hirie glac’haret : Pardon Jezus !
Roet adarre d’hon Bro gez,
Peuc’h, eürusted ha levenez,
Pellaet outi peb enkrez, O Kroaz Jezus !
Warni, evel eur gedour mad,
En pep kroaz-hent, en pep keriad,
E pellafet pep droug dalc’hmad, O Kroaz Jezus !
Zavit, zavit, kroaziou zantel,
Stank war douarou Breiz-Izel,
Ma kânfomp holl a vouez uhel : O Kroaz Jezus !!
————
Kentoc’h mervel !
Da Gomb koz.
Para a neve a glevan…
Vo ken Brezoneg er vro-man ?
Vo ken komzet ’n hon ilizou,
Yez kaer, dudius hon zadou ?
Komb milliget an eus laret
Pe gentoc’h e vije daonet ;
E lemche deus hon c’halonou
Hon Fe, hon Yez hag hon Giziou
Ar Varzed, war an tôl mantret,
N’ ouveent petra da laret…
Tapet o deus bet o Zelen
Ha stennet mad d’ei he c’herden.
An Delen gant eur vouez spontus,
A lavar ar c’homzou nerzus ;
— « Nan, nan, biken ma Breiz-Izel,
Na vi flastret… Kentoc’h mervel ! »
— Kentoc’h mervel ! e laromp hol,
Eget zenti ouz tud diroll ;
Klêv ac’hanomp, Komb den diboel,
Na blegfomp ket… Kentoc’h mervel !
Ne fell ket d’it hon Brezoneg,
Ni, na c’houllomp ket da C’halleg !
Kaer ’z po c’hoari, koz difroket,
Gant ar Brezoneg ’vi trec’het !
Ne c’houllez ket hon Seurezed,
Nag hon beleien kennebed ;
En despet d’ez falz-lezenno,
An dud-se ganimp a chomo !
Hon beleien gomzo dalc’hmad
En yez koz o mam hag o zad ;
Mar n’ o faeez, petra ’ra ze ?
Ni hon deus bara evitê !
Sonjal eta ’ra d’it penoz
E tiskari eur yez ken koz ?
Sonjal ’ra d’it eus ar Breizad,
Ober breman eur renead ?
Ar Vretoned a zo bepred
Evel gwechall pennou-kaled,
Evel gwechall ’virfont o Fe
Hag o yez en doujanz Doue…
Ar Brezoneg evel ar Fe
A zo roet d’ê gant Doue,
Ha kred ervad eus Breiz-Izel
Na derc’hfont ket… Kentoc’h mervel !
Kent ma vougi ar Brezoneg,
Te gollo, marvad, da C’halleg,
Zoken da latin, framason,
Ha c’hoaz ec’h i da Charenton !
...............................................................
O paourkez Komb, te dremeno,
Hag ar Brezoneg a chomo,
Ha goude ma vi tremenet,
Ar Brezoneg a vo komzet…
Tra ma vezo mor tro war dro,
Ha meneou ebarz hon Bro,
Tra ma vo derv en hon c’hoajo,
En Brezonek ni a gomzo ! ! !
AR GOGEZ
Chilaouet holl ha chilaouet, Tran lar di re no
Eur zon a zo neve zavet Tran la di ra lon la ! Tran lar di re no !
A zo zavet d’eur rum potred,
Ma vo ankouaet ar merc’hed.
Ar gwasan tra d’ar plac’hig kez,
Ez eo dimezi d’eur gogez…
Anveout a ran eur Pipi,
En pep souben eman e fri !
Eur potrig brao eo, war ma fé,
Kaozeal flour, gwaskan goude ;
Pipi-gogez, fe d’am douac’h,
Hennez a zo ha potr, ha plac’h !
A boan tec’het eus e wele :
— Kanet o deus ar yer hirie ?
Pipi d’ober tro ar c’hrewier :
— Eun dousen c’hoaz da vont en kêr !
Pa vezo ar zaout goroet,
Ec’h aïo warlerc’h da welet…
Mar ve chomet eun daken laez,
Ne vo ket brao bezan matez…
— Paneved-on, eme Bipi,
Aman e vefe eur c’hoari !
Ha kerkent da bod ar c’hoaven
E vezo groet eur weladen ;
Pa vezo al laez ribotet,
Dre losten Pipi vo zilet !
Neuze pa yel Pipi en kêr,
E vo gantan eur pez paner…
Amann, üo ha polizi,
Holl a vont gwerzet gant Pipi ;
Ken ma laro krennarded kêr :
— Setu c’hoaz eun digoavenner !
Evit ober e Yan-vravik,
Pipi a breno danve mik,
A breno traou d’ar vugale,
Dilhad ha botou koat neve…
Hag an arc’hant a vo dar wreg
Kontet piz, gwenneg ha gwenneg.
Dispign hep gouzout da Bipi
Na vezo groet ebarz an ti ;
Ha nag a zispign koulskoude,
Ezom ha red d’ober bemde ;
En despet da botr ar c’hoaven,
Fant a renko ober skoden…
Ha pa vo gouveet an dra,
Trouz ha bec’h, ha chao… Tra, la, la !
Evelse eman kont, tud kez,
Elec’h ma zo eur Yan-Gogez.
Kentel wirion ar zonig-man,
Chilaouet anezi breman :
Ar plac’h en ti, ar potr emaez,
Ma kerzo mad an tiegez !
An neb an eus ar zon zavet
A zo gwreg d’eur gogez daonet ;
Mes gant aon dimeus fest ar vaz
N’he laro ket he hano c’hoaz…
Mar c’hallfe bezan intanvez,
N’he dimefe ken d’eur gogez !
————
MILI
I
War sioulder eun noz-hanv,
Eun ezennig skanv, skanv, Flour a dremene ;
Ma-unan em c’hamprig,
E-tal ma frenestig, Me a hunvree…
Pa glevis o sevel,
Douget war an avel, Eun diskan kaer, kaer,
D’e chilaou e chomis,
War ma fe, na glevis Mouezig ken tener !
Ma c’halon a dride,
Ar vouez koant a gane
Ar C’housk, Breiz-Izel ;
Ganti hon bro garet
A vijet luskellet Dous en he c’havel…
C’hoant am oa da c’houzout,
Hag ive d’anveout Perc’henn ar vouezig,
Hag eus ma c’hampr kerkent
E teuis war an hent Da glask an eostig.
— Arabad ober trouz,
Skoemp, skoemp eo al lapouz, — Eme tud an ti,
Bez sioul mar karez
Klevet henoz ar vouez, Arc’hoaz n’he c’hlevi…
Hag e chomis eno,
Kluchet war an treuzo, Didrouz, dilavar ;
Ar vouez drant a gase
A draouien da vene, Kanaouen dispar !
II
An de warlec’h da noz,
Kaer am oa bet gortoz, Gortoz an eostig ;
An ezen a c’houee,
Ha me a hirvoude Warlerc’h ar vouezig…
Siouaz ! ne dleen ken
He c’hlevet en draouien… Breizadez diboell !
A drok evurusted
Evit poaniou-spered Ar broïou pell, pell.
N’am oa ket he gwelet,
Koant oa, herve laret, Mili he hano ;
Hi a roas eun de
Gened ha karante D’eun tam krak-aotro.
En kêr an durzunel,
Gant aon ouz ar sparfel,
A hirvoud bemde…
Sonj he c’hanaouennou,
Peuc’h dinec’h he c’hoajou A wask hec’h ine !
En he Bro, koulskoude,
E ve karet ive Ar bleuniou lili,
Pa deulont o c’houez vad
El liorz eur Breizad… O paourkez Mili !
————
Petra d’ober ?
war don : merc’hed lokenole
Yan-Dreuz dimeus an ti-all a lar d’in aliez :
— « Ne ra ket eveldon-me, keun az pefe, potr kez !
» Mar chomez da varc’hata ha da glask digare,
» Da dro a dremeno prim, teulet vi a goste…
» Eun amzer zo da bep tra : en miz eost ’man eosti,
» Ha p ’eman an den en oad eo d’ezan dimezi !
» Rak bezan koz potr yaouank, ze n’eo ket eur vicher,
» N’ho peus na ti, na repu, na den d’ho tigemer… »
— Arsa, Yan-Dreuz ma mignon, n’am eus laret biskoaz,
E chomchen koz-potr yaouank, amzer gaer am eus c’hoaz !
Ne c’houlfes ket evelkent, nan gwelet birviken
Ac’hanon o timezi d’ar c’hentan kouilhouren ;
Red mad a vo d’it neuze gortoz eur pennadig,
Ken am o kavet unan herve ma c’halonig…
Hogen an diesan tra, evidon-me bepred,
Eo kavout eur plac’h hepken en touez an holl verc’hed !
Ha n’eo ket en gwirione, ezet d’in dimezi
Pegwir kaer am eus, siouaz ! n’hallan kavet hini !
N’am eus kavet nemed diou, an diou-ze, marteze…
Mes c’hoarzin a ri da vad o klevet ma doare :
Da garante ar c’hentan me a oa dizeblant,
Ma c’halon a oa d’an eil, d’an eil p’he dije c’hoant.
Allaz toue, pa gomzen d’an eil a yaouankiz,
Hi a vouskane dustu zon ar c’hrampouez gwiniz…
Pa laren : —D’it ma c’halon… Ar plac’h a vousc’hoarze,
Hag a lare d’in kerkent : — Kaer an amzer hirie !
Red eo d’it anzav eta n’eo ket brao dimezi,
Allo, lavar ya pe nan ha ro d’in eun ali…
— « Rei d’it eun ali bennak, diez eo kement-se,
» Neb a c’houlen aliou a zent nebeut oute ;
» Koulskoude, war ma menno, gwellan ma teus d’ober
» Eo zevel eur zonig koant da dremen da amzer…
» Er zonig te a gonto d’an holl da drubuilhou,
» Unan bennak, marteze, a glevo da glemmou ;
» Unan bennak a glevo, a gemero true,
« A zigoro he c’halon d’ez hini goude-ze…
» Setu an amzer-neve, ar bleuniou o sevel,
» Er brouskoat hag en draouien e kân an durzunel ;
» Zav ive ganti da vouez, ma welfomp hepdale
» Ho kalonou unanet er memeuz karante…
» Hag evelse e kani levenez de ha noz,
» Ar yaouankiz a dremen, ne chom ket da c’hortoz ! »
————
Ar goulmig dilezet
Da Dinaïg.
I
Ebarz ar roz, us d’ar vilin
Eur goulm a gane bep mintin,
A gane dindan ar c’helve
Neve-amzer ar garante.
Eun devez ar goulmig karet
Da gana zo bet paouezet…
II
Us d’ar vilin, ebarz ar roz,
E klever hirvoudi bemnoz ;
A-hed ar waz o hiboudi
Eur plac’h a deu d’huanadi…
He c’halon baour a zo zammet
Gant sonj amzeriou dremenet ;
Sioul ha sioulik takennou dour
A ruilh war he diouchod ken flour…
He zellou dous d’an nenv zavet,
Hi a ouel d’e muian-karet ;
D’an hini a laras d’ezi :
— D’it ma c’halon, d’in da hini ! —
An hunvre kaer na badas ket :
Galv-Doue an eus bet trec’het…
III
Tavit, paouezit da ouela,
Sec’hit ho taerou, o Tina !
Tinaïg, sec’hit ho taerou,
Doue a chilaou ho klemmou ;
Hen n’ankoua ket eur bedennig,
Hen na zilez ket eur goulmig…
————
Ma Garrek
D’am c’henvreur Jehan de Guenyveau.
Er c’hoat me a zo o chom en parrouz Zant-Servez
Hag en eur gêr ar vravan, he hano Kerbernez.
Dreg ma c’herig ’barz ar c’hoat en em gav eur garrek
Elec’h m’ac’h an aliez da rima brezonek ;
Eur garrek koant ha kaled, debret gant an amzer
Goloet gant ar bân glaz, ouz he zroad ill tener.
Gourvezet ez eo eno aboue meur a gantved,
Eno da hun he chomo ac’han da fin ar bed.
Warni war eun tam raden, warni warlec’h ma c’hoan,
Me ac’h a da ziskwiza goude ma devez poan…
Astennet war ma c’hoste, ma dorn dindan ma fenn,
Warni pell dimeus an drouz, me a ve diberc’henn ;
Warni en em ankouean aliez da sonjal,
Da sonjal em buegez, ive da humvreal…
Neuze ma spered tec’het digant e liammou,
Ac’h a seder da redek traouien ha meneou…
Klevet a ran an ezen o vouskan en deliou,
En eur dremen war ma drem he skanva ma foaniou.
An evnedigou bihan araok mont da gousket
A glevan o kimiadi d’an de zo tremenet.
Neuze war-zu an Nenvou, ma daoulagad eürus
A wel en oabl o lintri ar stered lugernus ;
Ha gant sklerijen al loar e zeblant d’in gwelet,
Lutined-noz o lampât touez ar c’hoat droug-livet.
An holl draou-ze unanet a luskell ma c’halon,
Ha, tra ma sonjan enne e kavan eun tam zon.
Evelse war ma garrek, bemnoz araok ma c’hoan,
Me ac’h a da hunvreal, me ac’h a da vouskân…
Warni en em blijan kalz pell dimeus an anken
Rak warni eo e savan en peuc’h pep kanaouen.
Enpad ma vevin eta me a yelo bemnoz
Da gana war ma garrek Bro goant ma Zadou koz !
Ha goude ma vin maro, piou a oar ?… Marteze
Vo klevet us d’am garrek mouez ma Zelen bemde…
Klevet he vo o ouela, o ouela glac’haret,
Pe o kana hirvoudus : — Maro eo “ Ar Yeodet ” !
Oh ! neuze, ma mignoned, pa vefet o tremen,
Lavaret eur bedennig vit ar Barz na vo ken…